LIZHER KENTAŃ PAOL D'AR GORINTIZ

 

Pennad 1

1  Paol, galvet da vezań abostol eus Jezuz-Krist dre volontez Doue, hag ar breur Sosten,

2  da Iliz Doue a zo e Korint, d'ar re a zo bet santelaet e Jezuz-Krist, galvet da vezań santel, gant an holl re a c'halv, e pelec'h bennak e vefent, anv an Aotrou Jezuz-Krist, o Aotrou hag hon hini:

3  Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh Doue hon Tad hag a-berzh an Aotrou Jezuz-Krist!

Trugarekadenn

4  Trugarekaat a ran va Doue dalc'hmat evidoc'h, abalamour da c'hras Doue bet roet deoc'h e Jezuz-Krist,

5  dre ma'z oc'h bet pinvidikaet ennań e pep doare, e kement a sell ouzh ar gomz hag ouzh an anaoudegezh,

6  hervez ma'z eo bet testeni Krist startaet ennoc'h,

7  e doare ma ne vank donezon ebet deoc'h-c'hwi hag a c'hortoz emziskouez hon Aotrou Jezuz-Krist.

8  Ho kreńvaat a raio ivez betek ar fin, evit ma viot divlam en deiz hon Aotrou Jezuz-Krist.

9  Doue a zo feal, drezań oc'h bet galvet da genunvaniezh e Vab Jezuz-Krist hon Aotrou.

Dizunvaniezh en Iliz

10  Ho pediń a ran, breudeur, en anv hon Aotrou Jezuz-Krist, da zerc'hel holl an hevelep komzoł ha da ziwall na vefe ket a zizunvaniezh etrezoc'h, met da vezań unanet en un hevelep sońj hag en un hevelep mennozh.

11  Rak diwar ho penn, va breudeur, roet eo bet din da anavezout gant ar re eus ti Kloe ez eus tabutoł en ho touez.

12  Fellout a ra din lavarout penaos pep hini ac'hanoc'h a lavar: Me a zo da Baol! Ha me da Apolloz! Ha me da Gefaz! Ha me da Grist!

13  Krist, daoust ha lodennet eo? Paol, daoust ha kroazstaget eo bet evidoc'h? Pe daoust hag en anv Paol oc'h bet badezet?

14  Trugarekaat a ran Doue dre ma ne'm eus badezet hini ac'hanoc'h, nemet Krispuz ha Gaiuz,

15  evit na lavaro den em eus badezet em anv.

16  Badezet em eus c'hoazh tiegezh Stefanaz. Met a-hend-all, n'ouzon ket ha badezet em befe c'hoazh unan all bennak.

Ar Furnez

17  Rak n'eo ket evit badeziń en deus Krist va c'haset, met evit prezeg an Aviel, nann gant furnez ar gomz, evit na vefe ket rentet didalvoud kroaz Krist.

18  Rak prezeg ar groaz a zo ur follentez evit ar re a ya da goll, met evidomp-ni hag a zo salvet, eo galloud Doue.

19  Evel-se eo skrivet: Kas a rin da get furnez ar re fur, ha da netra skiant ar re skiantek.

20  Pelec'h emań an den fur? Pelec'h emań ar skrib? Pelec'h emań tabuter ar bed-mań? Daoust ha n'en deus ket Doue troet e follentez furnez ar bed-mań?

21  Rak evel ma n'en deus ket ar bed, dre e furnez, anavezet Doue e furnez Doue, ez eo bet plijet gant Doue salviń ar gredourien dre follentez ar prezeg.

22  E-pad ma c'houlenn ar Yuzevien mirakloł ha ma klask ar C'hresianed ar furnez,

23  ni a brezeg Krist kroazstaget, abeg da gouezhań evit ar Yuzevien ha follentez evit ar C'hresianed,

24  met evit ar re a zo galvet, kement ar Yuzevien evel ar C'hresianed, e prezegomp Krist, galloud Doue ha furnez Doue.

25  Rak follentez Doue a zo furoc'h eget an dud, ha dinerzhded Doue a zo kreńvoc'h eget an dud.

26  Eveshait, breudeur, penaos en ho touez c'hwi hag a zo bet galvet, n'eus ket kalz a dud fur hervez ar c'hig, na kalz a dud c'halloudek, na kalz a dud nobl.

27  Met Doue en deus dibabet an traoł foll eus ar bed evit mezhekaat ar re fur, Doue en deus dibabet an traoł dister eus ar bed evit mezhekaat ar re nerzhus,

28  ha Doue en deus dibabet an traoł displed eus ar bed, ar muiań disprizet hag ar re n'emaint ket, evit kas da netra ar re a zo,

29  evit na fougeo kig ebet dirazań.

30  Ha drezań eo ez oc'h e Jezuz-Krist, an hini a zo bet graet deomp a-berzh Doue, furnez, reizhder, santeladur ha dasprenadur,

31  evit, evel ma'z eo skrivet: Ra fougeo en Aotrou an hini a fouge.

 

Pennad 2

1  Pa'z on deuet d'ho kavout, breudeur, n'on ket deuet gant komzoł pe gant furnez vras evit disklźriań deoc'h testeni Doue,

2  rak ne'm eus ket sońjet e tleen anavezout tra all en ho touez nemet Jezuz-Krist, ha Jezuz-Krist kroazstaget.

3  En ho touez ez on bet er gwander, en doujańs, hag en ur grenadenn vras.

4  Va c'homzoł ha va frezegenn n'int ket bet dalc'het e lavarioł c'hwek eus furnez an den, met en un diskouezadur a Spered hag a c'halloud,

5  evit na vo ket savet ho feiz war furnez an dud, met war c'halloud Doue.

6  Hag e prezegomp ur furnez e-touez ar re zivlam, ur furnez ha n'eo ket eus ar bed-mań, nag eus renerien ar bed-mań a zeu da vezań hep galloud,

7  met prezeg a reomp furnez Doue en ur mister, ur furnez a oa bet kuzhet hag a oa bet ragaozet gant Doue a-raok ar c'hantvedoł evit hor gloar,

8  ha n'eo bet anavezet gant hini ebet eus renerien ar bed-mań, rak mar o dije hec'h anavezet, n'o dije ket kroazstaget an Aotrou a c'hloar.

9  Met hervez ma'z eo skrivet: Bez' ez int traoł n'en deus ket gwelet al lagad, n'he deus klevet ar skouarn, n'int ket pignet e kalon an den, traoł en deus kempennet Doue evit ar re a gar anezhań.

10  Met Doue en deus o diskuliet deomp dre e Spered, rak ar Spered a furch an holl draoł, zoken donderioł Doue.

11  Rak piv e-touez an dud a anavez traoł an den, nemet spered an den a zo ennań? Evel-se ivez den n'anavez traoł Doue, nemet Spered Doue.

12  Hogen ni, n'hon eus ket resevet spered ar bed, met ar Spered a zeu eus Doue, evit anavezout an traoł a zo bet roet deomp gant Doue dre c'hras.

13  Ha komz a reomp diwar o fenn, nann gant ar c'homzoł a zesk furnez an dud, met gant ar re a zesk ar Spered-Santel, o tisplegań traoł speredel d'ar re a zo speredel.

14  Koulskoude an den naturel ne gompren ket traoł Spered Doue, rak evel follentez ez int evitań, ha ne c'hell ket o anavezout, rak dre ar spered eo e varner anezho.

15  Met an den speredel a varn an holl draoł, ha n'eo e-unan barnet gant den.

16  Rak piv en deus anavezet sońj an Aotrou evit e gelenn? Hogen ni hon eus sońj Krist.

 

Pennad 3

Jezuz a zo an diazez nemetań

1  Evidon-me, breudeur, ne'm eus ket gallet komz deoc'h evel da dud speredel met evel da dud kigel, evel da vugale vihan e Krist.

2  Roet em eus deoc'h laezh da evań ha nann boued fetis, rak ne oac'h ket c'hoazh gouest d'e zegemer. Ha bremań zoken ne c'hellit ket, dre ma'z oc'h c'hoazh kigel.

3  Rak pa'z eo gwir ez eus en ho touez gwarizi, tabutoł ha diemglevioł, daoust ha n'oc'h ket kigel, daoust ha ne gerzhit ket hervez an dud?

4  Pa lavar unan: Me a zo da Baol! Hag egile: Me da Apolloz! Daoust ha n'oc'h ket kigel?

5  Piv eta eo Paol ha piv eo Apolloz, nemet servijerien hoc'h eus kredet drezo hervez m'en deus an Aotrou roet da bep hini?

6  Me am eus plantet, Apolloz en deus douraet, met Doue en deus lakaet da greskiń,

7  evel-se an hini a blant n'eo netra, nag an hini a zoura, met Doue a laka da greskiń.

8  An hini a blant hag an hini a zoura a zo heńvel, ha pep hini a resevo e c'hopr e-unan hervez e labour e-unan.

9  Rak ni a zo oberourien gant Doue, ha c'hwi eo park Doue, ti Doue.

10  Hervez gras Doue a zo bet roet din, em eus lakaet an diazez evel ur saver fur, hag unan all a vańson warnań. Met ra eveshaio pep hini penaos e vańson warnań.

11  Rak den ne c'hell lakaat un diazez all eget an hini a zo bet lakaet, da lavarout eo Jezuz-Krist.

12  Bremań mar mańson unan bennak war an diazez-se gant aour, arc'hant, mein prizius, koad, foenn, soul,

13  labour pep hini a vo en em ziskouezet, rak an deiz en roio da anavezout, dre ma vo diskuliet dre an tan; hag an tan a amprouo petra eo labour pep hini.

14  Mar chom en e sav labour unan bennak en devo mańsonet warnań, e resevo ur gopr.

15  Mar dev labour unan bennak, e c'houzańvo ar c'holl. Eń a vo salvet, met evel a-dreuz an tan.

16  Ha n'ouzoc'h ket ez oc'h templ Doue hag emań Spered Doue o chom ennoc'h?

17  Mar distruj unan bennak templ Doue, Doue en distrujo, rak templ Doue a zo santel, ha c'hwi eo kement-se.

18  N'en em douello den e-unan. Mar sońj unan bennak ac'hanoc'h bezań fur er c'hantved-mań, ra zeuio da vezań foll evit dont da vezań fur.

19  Rak furnez ar bed-mań a zo follentez dirak Doue, rak skrivet eo: Tapout a ra ar re fur en o gwidre.

20  Ha c'hoazh: An Aotrou a oar penaos eo aner sońjoł ar re fur.

21  Arabat da zen lakaat eta e c'hloar en dud, rak an holl draoł a zo deoc'h,

22  pe Paol, pe Apolloz, pe Kefaz, pe ar bed, pe ar vuhez, pe ar marv, pe an traoł a-vremań, pe an traoł da zont,

23  an holl draoł a zo deoc'h, ha c'hwi a zo da Grist, ha Krist a zo da Zoue.

 

Pennad 4

Ar ministrerezh a Abostol

1  Ra vimp sellet gant pep hini evel servijerien Krist ha merourien misterioł Doue.

2  A-hend-all, ar pezh a c'houlenner digant ar verourien, eo ma vefe kavet pep hini feal.

3  Evidon-me, e ra nebeut a dra din bezań barnet ganeoc'h pe gant ul lez-varn den. Ha n'en em varnan ket kennebeut va-unan,

4  rak n'en em gavan kablus a netra. Koulskoude n'on ket reishaet evit-se, met an hini a varn ac'hanon eo an Aotrou.

5  Setu perak na varnit netra a-raok an amzer, betek ma teuio an Aotrou, a lakaio da vezań sklaer an traoł kuzhet en deńvalijenn, hag ivez a ziskulio sońjoł ar c'halonoł. Neuze Doue a roio da bep hini e veuleudi.

6  Breudeur, an traoł-se am eus treuzkaset warnon ha war Apolloz abalamour deoc'h, evit ma teskot ennomp tremen hep sońjal en tu all d'ar pezh a zo skrivet, evit na zeuio hini ac'hanoc'h d'en em c'hwezhań a lorc'h evit unan a-enep egile.

7  Rak piv a ziforc'h ac'hanout? Petra ac'h eus ha na'c'h eus ket resevet? Ha ma ec'h eus e resevet, perak tennań gloar dioutań evel ma ne'z pije ket e resevet?

8  Dija hoc'h eus resevet ho kwalc'h, dija ez oc'h pinvidik, emaoc'h o ren hepdomp. Ha ra renot e gwirionez, evit ma renimp ivez ganeoc'h.

9  Rak me a sońj din en deus Doue hon diskouezet, ni an ebestel, evel ar re ziwezhań eus an dud, evel kondaonet d'ar marv, ouzh hol lakaat da wel d'ar bed, d'an aeled ha d'an dud.

10  Ni a zo foll abalamour da Grist, met c'hwi a zo fur e Krist; ni a zo dinerzh, met c'hwi a zo kreńv; c'hwi a zo en enor, met ni a zo disprizet.

11  Betek vremań hon eus naon ha sec'hed, ez omp en noazh; skeiń a reer war hon dremm; emaomp o redek amań hag ahont;

12  en em skuizhań a reomp o labourat gant hon daouarn hon-unan; dismegańset, e vennigomp; heskinet, e c'houzańvomp;

13  falstamallet, ec'h aspedomp. Deuet omp betek vremań evel skubadur ar bed, repuajoł an holl.

14  Ne skrivan ket an traoł-mań evit ober mezh deoc'h, met ho kelenn a ran evel va bugale karet-mat.

15  P'ho pefe zoken dek mil mestr e Krist, n'ho pefe ket meur a dad, rak me eo an hini en deus ho kanet e Jezuz-Krist dre an Aviel.

16  Ho pediń start a ran eta, bezit va heńvelerien.

17  Evit-se eo em eus kaset deoc'h Timote, va mab karet-mat ha feal en Aotrou. Degas a raio sońj deoc'h eus va hentoł e Krist ha penaos e prezegan dre holl en holl Ilizoł.

Hiniennoł a zo en em c'hwezhet gant al lorc'h

18  Hogen hiniennoł a zo en em c'hwezhet gant al lorc'h, evel ma ne zlejen ket dont d'ho kavout.

19  Met mont a rin prest d'ho kavout, mar fell d'an Aotrou, hag ec'h anavezin nann ar c'homzoł met ar galloud eus ar re a zo en em c'hwezhet.

20  Rak rouantelezh Doue n'emań ket er c'homzoł met er galloud.

21  Petra a fell deoc'h? Mont a rin d'ho kavout gant ur walenn, pe gant karantez hag ur spered a zouster?

 

Pennad 5

Chomit hep hudurniezh en ho touez

1  Klevout a reer lavarout a bep tu ez eus en ho touez hudurniezh, hag un hudurniezh ken bras ma n'eo ket anvet un hevelep tra e-touez ar broadoł. Evel-se unan ac'hanoc'h en deus kemeret gwreg e dad.

2  Hag oc'h en em c'hwezhet gant al lorc'h! Ha n'oc'h ket bet kentoc'h er glac'har, evit ma vo lamet eus ho touez an hini en deus graet kement-se!

3  Evidon-me, ezvezant em c'horf met bezant em spered, em eus barnet dija, evel ma vijen bezant, an hini en deus graet un hevelep tra:

4  En anv hon Aotrou Jezuz-Krist, c'hwi ha va spered o vezań a-unan, gant galloud hon Aotrou Jezuz-Krist,

5  ra vo lakaet un hevelep den etre daouarn Satan, evit ma vo distrujet ar c'hig, ha ma vo salvet ar spered da zeiz an Aotrou Jezuz.

6  N'eo ket mat deoc'h tennań gloar diouzhoc'h. Ha n'ouzoc'h ket penaos un nebeudig goell a laka an holl doaz da c'hoiń?

7  Rińsit eta ar goell kozh, evit ma viot un toaz nevez, peogwir ez oc'h hep goell. Rak Krist, hor Pask, a zo bet aberzhet evidomp.

8  Setu perak lidomp ar gouel, nann gant ar goell kozh na gant ur goell a zroug hag a fallentez, met gant ar bara hep goell eus an eeunder hag ar wirionez.

9  Skrivet em eus deoc'h em lizher chom hep darempredoł gant an dud hudur,

10  ne oa ket a-grenn gant tud hudur ar bed-mań, an dud wallc'hoantek, al laeron, an idolerien, rak neuze e vije ret deoc'h mont er-maez eus ar bed.

11  Met ar pezh am eus skrivet deoc'h, eo chom hep darempredoł gant unan bennak a vez anvet breur hag a zo hudur, pe gwallc'hoantek, pe idoler, pe droukkomzer, pe mezvier, pe laer, na zebrit ket zoken gant un hevelep den.

12  Petra am eus eta da varn re an diavaez? Daoust ha n'hoc'h eus ket da varn re an diabarzh?

13  Re an diavaez, Doue o barn. Lamit eta an hini drouk diouzh ho kreiz.

 

Pennad 6

Ret eo barn ar c'hrozioł etre ar gristenien e-barzh an Iliz

1  P'en deus unan bennak ac'hanoc'h ur c'hroz bennak a-enep unan all, ha krediń a raio sevel prosez outań dirak ar re zifeiz kentoc'h eget dirak ar sent?

2  N'ouzoc'h ket penaos ar sent a varno ar bed? Ha mard eo barnet ar bed ganeoc'h, ha dizellezek oc'h da varn traoł disteroc'h?

3  N'ouzoc'h ket penaos e varnimp an aeled? Ha pegement muioc'h traoł ar vuhez-mań?

4  Neuze p'hoc'h eus prosezioł evit traoł ar vuhez-mań, kemerit evit barnerien ar re n'eo ket graet van anezho en Iliz.

5  Evit ho mezh en lavaran deoc'h. N'eus ket eta un den fur en ho touez, hini ebet hag a c'hellfe barn etre e vreudeur?

6  Met ur breur a sav prosez ouzh ur breur all, ha kement-se dirak ar re zifeiz!

7  Kaout prosezioł an eil a-enep egile a zo dija ur gwall si en ho touez. Perak ne c'houzańvit ket kentoc'h un dislealded bennak? Perak ne c'houzańvit ket kentoc'h ur c'holl?

8  Met c'hwi eo ar re a ra dislealded hag a ra koll, ha d'ho preudeur zoken!

Tec'hit diouzh an hudurniezh

9  N'ouzoc'h ket penaos an dud direizh n'o devo ket rouantelezh Doue da hźrezh? Arabat deoc'h en em douellań, nag ar re hudur, nag an idolerien, nag an avoultrerien, nag ar sodomiz, nag an heńvelreviaded,

10  nag al laeron, nag ar re wallc'hoantek, nag ar vezvierien, nag an droukkomzerien, nag ar skraperien, n'o devo rouantelezh Doue da hźrezh.

11  Hag evel-se e oa hiniennoł ac'hanoc'h. Met gwalc'het oc'h bet, met santelaet oc'h bet, met reishaet oc'h bet, en anv an Aotrou Jezuz ha dre Spered hon Doue.

12  An holl draoł a zo aotreet din, met n'int ket holl talvoudus din. An holl draoł a zo aotreet din, met n'en em rin ket mevel eus hini anezho.

13  Ar boued a zo evit ar c'hof hag ar c'hof evit ar boued, met Doue a zistrujo an eil hag egile. Hogen ar c'horf n'eo ket evit an hudurniezh met evit an Aotrou, hag an Aotrou evit ar c'horf.

14  Ha Doue, hag en deus dasorc'het an Aotrou, hon dasorc'ho ivez dre e c'halloud.

15  N'ouzoc'h ket ez eo ho korfoł izili Krist? Ha kemer a rin eta izili Krist evit ober anezho izili ur c'hast? N'eo ket!

16  N'ouzoc'h ket penaos an hini en em unan gant ur c'hast a zo un hevelep korf ganti? Rak lavaret eo: An daou a vo ur c'hig hepken.

17  Met an hini en em unan gant an Aotrou a zo un hevelep spered gantań.

18  Tec'hit diouzh an hudurniezh. Kement pec'hed a ra un den a zo er-maez eus ar c'horf, met an hini a ra hudurniezh a bec'h a-enep e gorf e-unan.

19  N'ouzoc'h ket ez eo ho korf templ ar Spered-Santel a zo ennoc'h hag a zo bet roet deoc'h gant Doue? N'oc'h ket deoc'h hoc'h-unan,

20  rak dasprenet oc'h bet gant ur priz bras. Roit eta gloar da Zoue en ho korf hag en ho spered, ar re a zo da Zoue.

 

Pennad 7

An dimeziń

1  Diwar-benn an traoł hoc'h eus skrivet din, mat eo d'an den chom hep stekiń ouzh maouez ebet.

2  Met en abeg d'an hudurniezh, ra en devo pep den e wreg ha pep gwreg he gwaz.

3  Ra roio ar gwaz d'e wreg ar pezh a zle dezhi, ha ra roio an hevelep tra ar wreg d'he gwaz.

4  Ar wreg n'eo ket mestr war he c'horf hec'h-unan, met ar gwaz eo. En hevelep doare ivez ar gwaz n'eo ket mestr war e gorf e-unan, met ar wreg eo.

5  N'en em dremenit ket an eil eus egile, nemet dre un asant graet etrezoc'h evit ur pennad, evit en em reiń d'ar yun ha d'ar bedenn. Ha goude distroit asambles, gant aon na zeufe Satan d'ho temptań dre ho tiouer a vestroni.

6  Lavarout a ran kement-se evel un ali, ha n'eo ket ur gourc'hemenn.

7  Rak me a garfe e vefe an holl dud eveldon, met pep hini en deus resevet eus Doue e zonezon e-unan, unan en un doare hag egile en un doare all.

8  Met lavarout a ran d'ar re n'int ket dimezet ha d'an intańvezed ez eo mat dezho chom evel ma'z on.

9  Koulskoude, ma n'o deus ket mestroni warno o-unan, ra zimezint, rak gwelloc'h eo dimeziń eget deviń.

10  D'ar re a zo dimezet e c'hourc'hemennan, n'eo ket me met an Aotrou, n'en em zispartio ket ar wreg diouzh he gwaz,

11  ha mard eo en em zispartiet, ra chomo hep addimeziń pe ra zistroio gant hec'h ozhac'h, hag arabat d'ar gwaz dilezel e wreg.

12  D'ar re all e lavaran, me ha nann an Aotrou, mar en deus ur breur bennak ur wreg difeiz hag a c'hoantafe chom gantań, arabat dezhań kuitaat anezhi,

13  ha mar he deus ur wreg bennak ur gwaz difeiz hag a c'hoantafe chom ganti, arabat dezhi kuitaat anezhań.

14  Rak ar gwaz difeiz a zo santelaet gant e wreg, hag ar wreg difeiz a zo santelaet gant he gwaz, anez da-se ho pugale a vije dic'hlan, nemet bremań ez int santel.

15  Mar en em zisparti an hini difeiz, ra en em zispartio, ar breur pe ar c'hoar n'int ket dalc'het neuze. Met Doue en deus hor galvet d'ar peoc'h.

16  Rak daoust ha gouzout a rez, gwreg, ha salviń a ri da waz? Pe daoust ha gouzout a rez, gwaz, ha salviń a ri da wreg?

17  Evel-se ra gerzho pep hini hervez ar pezh en deus Doue roet dezhań, hervez m'en deus an Aotrou e c'halvet. Setu ar pezh a c'hourc'hemennan en holl Ilizoł.

18  Unan bennak ha galvet eo bet amdroc'het? Ra chomo amdroc'het. Unan bennak ha galvet eo bet diamdroc'h? Arabat dezhań bezań amdroc'het.

19  An amdroc'h n'eo netra hag an diamdroc'h n'eo netra, met mirout gourc'hemennoł Doue eo an holl draoł.

20  Ra chomo pep hini er stad ma oa pa'z eo bet galvet.

21  Ha galvet out bet pa oas sklav? Na vez ket nec'het gant-se, met mar gellez dont da vezań frank, tenn kentoc'h da vad.

22  Rak an hini a zo galvet en Aotrou o vezań sklav, a zo frankiziad an Aotrou. En hevelep doare an hini a zo galvet o vezań frank, a zo sklav Krist.

23  Ur priz a zo bet paeet evit ho taspren, na zeuit ket da vezań sklaved an dud.

24  Breudeur, ra chomo pep hini dirak Doue er stad ma oa pa'z eo bet galvet.

25  Diwar-benn ar gwerc'hezed, ne'm eus gourc'hemenn ebet a-berzh an Aotrou, met reiń a ran un ali evel un den hag en deus bet lod e trugarez an Aotrou evit bezań feal dezhań.

26  Krediń a ran eta, en abeg d'ar glac'haroł a-vremań, ez eo un dra vat d'ar gwaz chom evel ma'z emań.

27  Ereet out gant ur wreg? Na glask ket en em zizeren. N'out ket ereet gant ur wreg? Na glask gwreg ebet.

28  Mar dimezez, ne bec'hez ket, mar dimez ar werc'hez, ne bec'h ket. Met an dud-se o devo glac'haroł er c'hig, ha fellout a rafe din o espern deoc'h.

29  Setu ar pezh a lavaran, breudeur, an amzer a zo berr a-vremań. Ar re o deus ur wreg ra vint evel pa n'o defe ket,

30  ar re a ouel evel pa ne ouelfent ket, ar re a zo laouen evel pa ne vefent ket laouen, ar re a bren evel pa n'o defe netra,

31  ar re a zo oc'h ober gant ar bed evel pa ne rafent ket, rak skeudenn ar bed-mań a dremen.

32  Ha me a garfe e vefec'h hep nec'hamant. An hini n'eo ket dimezet en em ro da draoł an Aotrou evit plijout d'an Aotrou,

33  met an hini a zo dimezet en em ro da draoł ar bed evit plijout d'e wreg.

34  Un diforc'h a zo etre ar wreg dimezet hag ar werc'hez: an hini n'eo ket dimezet en em ro da draoł an Aotrou evit bezań santel a gorf hag a spered, met an hini a zo dimezet en em ro da draoł ar bed evit plijout d'he gwaz.

35  Lavarout a ran kement-se evit ho mad, n'eo ket evit stegnań ur pech deoc'h, met evit ho tougen d'ar pezh a zo dereat, ha ma c'hellot servijań an Aotrou hep harz ebet.

36  Met mar kred unan bennak e vefe un dismegańs evit e verc'h tremen fleur hec'h oad hep bezań dimezet hag e vefe ret he dimeziń, ra raio evel ma fello dezhań, ne bec'ho ket. Ra zimezo ar merc'hed.

37  Met an hini a chom start en e galon, an hini n'eo ket rediet met a zo er c'hontrol mestr eus e volontez, an hini en deus sońjet en e galon mirout e verc'h gwerc'h, a ra mat.

38  Evel-se an hini he dimez a ra mat, hag an hini n'he dimez ket a ra gwelloc'h.

39  Ar wreg a zo ereet dre al lezenn e-pad ma'z emań he gwaz o vevań. Met ma varv he gwaz, frank eo da zimeziń gant an neb a fell dezhi, nemet ra vo en Aotrou.

40  Eürusoc'h eo koulskoude, hervez ar pezh a gav din, mar chom evel ma'z emań. Ha krediń a ran em eus ivez Spered Doue.

 

Pennad 8

Ar boued aberzhet d'an idoloł

1  Diwar-benn an traoł aberzhet d'an idoloł, gouzout a reomp hon eus holl anaoudegezh. An anaoudegezh a c'hwez, met ar garantez a sav.

2  Mar sońj unan bennak gouzout un dra bennak, n'en deus c'hoazh anavezet netra evel ma tleer anavezout.

3  Met mar kar unan bennak Doue, anavezet eo gantań.

4  Diwar-benn eta debriń traoł aberzhet d'an idoloł, ec'h ouzomp penaos un idol n'eo netra er bed ha penaos n'eus nemet un Doue hepken.

5  Rak petra bennak ma'z eus, en neńv pe war an douar, reoł hag a zo anvet doueed, evel ma'z eus meur a zoue ha meur a aotrou,

6  koulskoude ni n'hon eus nemet un Doue hepken, an Tad, e teu an holl draoł dioutań hag ez omp-ni ennań, hag un Aotrou hepken, Jezuz-Krist, a zo an holl draoł drezań hag emaomp-ni drezań.

7  Met an holl n'o deus ket an anaoudegezh-se. Rak hiniennoł, hervez ar gredenn o deus bremań c'hoazh eus an idol, a zebr an traoł evel bet aberzhet d'an idoloł, hag o c'houstiańs, o vezań gwan, a zo saotret a gement-se.

8  Hogen n'eo ket ur boued hol laka da vezań plijus da Zoue. Rak ma tebromp, ne zeu talvoudegezh ebet deomp a-se, ha ma ne zebromp ket, n'hon eus koll ebet a-se.

9  Met lakait evezh koulskoude na zeufe ket ar frankiz hoc'h eus da vezań ur maen-kouezh evit ar re wan.

10  Rak mar gwel unan bennak ac'hanout, te hag ac'h eus anaoudegezh, azezet ouzh taol e templ an idoloł, an hini a zo gwan e goustiańs, ha ne vo ket ivez douget da zebriń eus an traoł a zo aberzhet d'an idoloł?

11  Hag e vo kollet dre da anaoudegezh ar breur gwan ez eo marvet Krist evitań.

12  Evel-se, o pec'hiń a-enep ar vreudeur hag o c'hloazań o c'houstiańs a zo gwan, e pec'hit a-enep Krist.

13  Setu perak, mar lakaan va breur da strebotiń dre ar pezh a zebran, ne zebrin biken a gig, evit chom hep lakaat va breur da strebotiń.

 

Pennad 9

Gwirioł an abostol

1  Ha n'on ket abostol? Ha ne'm eus ket frankiz? Ha ne'm eus ket gwelet Jezuz-Krist hon Aotrou? Ha n'oc'h ket va labour en Aotrou?

2  Ma n'on ket abostol evit ar re all, ez on da nebeutań evidoc'h, rak c'hwi eo siell va abostoliezh en Aotrou.

3  Eno emań va difenn a-enep ar re a varn ac'hanon.

4  N'hon eus ket ar gwir da zebriń ha da evań?

5  N'hon eus ket ar gwir da gas ganeomp ur c'hoar a vefe hor pried, evel an ebestel all, ha breudeur an Aotrou, ha Kefaz?

6  Pe n'eus nemedon-me ha Barnabaz ha n'o defe ket ar gwir da chom hep labourat?

7  Piv a ya morse d'ar brezel diwar e goust e-unan? Piv eo an hini a blant ur winienn ha na zebr ket eus e frouezh? Pe piv eo an hini a ro da beuriń d'an tropell ha na ev ket eus e laezh?

8  Hag hervez giz an dud eo e lavaran kement-se? Al lezenn ha n'en lavar ket ivez?

9  Rak skrivet eo e lezenn Moizez: Ne erei ket e c'henoł d'an ejen a vac'ho ar greun. Eus an ejened eo e kemer Doue preder,

10  pe n'eo ket e gwirionez evidomp-ni en deus lavaret kement-se? Evidomp-ni eo bet skrivet penaos an arer a zle arat gant esperańs, hag an hini a zorn ar greun gant esperańs a zle kaout lod er pezh a esper.

11  Mar hon eus hadet en ho touez madoł speredel, ha kalz eo e vedfemp diganeoc'h eus ho madoł kigel?

12  Mar o deus reoł all implijet ar gwir-se warnoc'h, perak ne reomp ket ni kentoc'h? Koulskoude n'hon eus ket graet implij eus ar gwir-se, er c'hontrol e c'houzańvomp pep tra evit chom hep lakaat harz ebet da Aviel Krist.

13  N'ouzoc'h ket penaos ar re a ra ar servij santel a zebr eus traoł an templ, ha penaos ar re a servij an aoter o deus lod eus an aoter?

14  Evel-se ivez an Aotrou en deus gourc'hemennet d'ar re a brezeg an Aviel bevań diouzh an Aviel.

15  Met ne'm eus graet implij ebet eus ar gwirioł-se ha ne skrivan ket kement-se evit ma vo graet e-giz-se em c'heńver, rak gwelloc'h e vefe ganin mervel eget na lamfe unan bennak ar c'hloar-se diganin.

16  Mar prezegan an Aviel, ne'm eus ket lec'h da dennań gloar a gement-se, rak dalc'het on d'henn ober, ha gwalleur din ma ne brezegan ket an Aviel!

17  Mar gran kement-se a galon vat, em bo ar gopr, met mar gran en desped din, ar garg d'henn ober a zo fiziet ennon.

18  Peseurt gopr am eus eta? O prezeg an Aviel, eo e tiazezan Aviel Krist hep na gousto netra da zen, hag hep na rin implij eus va gwir en Aviel.

19  Rak petra bennak ma'z on frank e-keńver an holl, ez on en em lakaet da servijer d'an holl, evit gounit muioc'h a dud.

20  Gant ar Yuzevien, on bet evel Yuzev, evit gounit ar Yuzevien; gant ar re a zo dindan al lezenn, on bet evel dindan al lezenn, evit gounit ar re a zo dindan al lezenn;

21  gant ar re a zo hep lezenn, on bet evel hep lezenn, petra bennak ma n'on ket hep lezenn dirak Doue pa'z on dindan lezenn Krist, evit gounit ar re a zo hep lezenn.

22  Bet on evel gwan gant ar re wan, evit gounit ar re wan. En em c'hraet on e pep tra d'an holl evit salviń en un doare bennak hiniennoł anezho.

23  Kement-se a ran abalamour d'an Aviel, evit kaout lod ennań.

24  N'ouzoc'h ket penaos pa gemerer perzh en ur redadeg eo an holl a red, met unan hepken a resev ar priz? Redit e-doare d'e c'hounit.

25  Pep den hag a stourm, a ziouer pep tra, ha kement-se a ra evit kaout ur gurunenn vreinus, met ni a ra evit kaout unan divreinus.

26  Redek a ran eta, n'eo ket en avantur, stourm a ran, n'eo ket evel o skeiń war an aer.

27  Met blońsań a ran va c'horf hag e lakaan anezhań da blegań din, gant aon na vefen taolet kuit va-unan goude bezań prezeget d'ar re all.

 

Pennad 10

Skouerioł tennet eus istor Israel

1  Breudeur, ne fell ket din e vefec'h hep gouzout eo bet hon tadoł holl dindan ar goabrenn, o deus tremenet holl a-dreuz ar mor,

2  int bet holl badezet dindan Moizez er goabrenn hag er mor,

3  o deus holl debret eus an hevelep boued speredel,

4  hag o deus holl evet eus an hevelep evaj speredel, rak evań a raent eus ar roc'h speredel a yae war o lerc'h, hag ar roc'h-se a oa Krist.

5  Met Doue ne gavas ket e blijadur e darn vuiań anezho, rak kouezhań a rejont er gouelec'h.

6  Hag an traoł-se a zo bet skouerioł deomp, evit na c'hoantaimp ket traoł fall evel ma c'hoantajont-int.

7  Ha na zeuit ket da vezań idolerien evel ma voe hiniennoł anezho, hervez ma'z eo skrivet: Ar bobl a azezas da zebriń ha da evań, ha goude e savjont d'en em laouenaat.

8  Ha na reomp ket a hudurniezh evel ma reas traoł hudur hiniennoł anezho, hag e kouezhas tri mil warn-ugent anezho en hevelep devezh.

9  Ha na demptomp ket Krist evel ma reas hiniennoł anezho, hag e voent kaset da goll gant an naered.

10  Ha na c'hrozmolit ket evel ma c'hrozmolas hiniennoł anezho, hag e voent lazhet gant an distrujer.

11  An holl draoł-se a c'hoarvezas ganto evit servijań da skouerioł, hag int bet skrivet evit hon deskadurezh, deomp-ni hag a zo deuet d'an amzerioł diwezhań.

12  Evel-se an hini a gred bezań en e sav, ra daolo pled rak kouezhań.

13  Temptadur ebet n'eo deuet deoc'h ha na vefe ket kumun d'an dud. Met Doue a zo feal, ha ne lezo ket ho temptań en tu all d'ho nerzh, ha gant an temptadur e tiskouezo ivez an hent da zont er-maez, evit ma c'hellot e c'houzańv.

Taol an Aotrou ha taol an diaouled

14  Setu perak, va re garet-mat, tec'hit diouzh an idolerezh.

15  Komz a ran evel da dud a skiant. Barnit hoc'h-unan ar pezh a lavaran.

16  An hanaf a vennozh a vennigomp ha n'eo ket ar genunvaniezh ouzh gwad Krist? Ar bara a dorromp ha n'eo ket ar genunvaniezh ouzh korf Krist?

17  Dre ma'z eus ur bara hepken, ni evidomp da vezań kalz n'omp nemet ur c'horf hepken, rak holl hon eus lod eus an hevelep bara.

18  Sellit ouzh Israel hervez ar c'hig. Ar re a zebr an aberzhoł ha n'o deus ket kenunvaniezh gant an aoter?

19  Petra a lavaran eta? Pe e vefe an idol un dra bennak? Pe e vefe ar pezh a vez aberzhet d'an idol un dra bennak. Nann,

20  met ar pezh a vez aberzhet gant ar broadoł, a aberzhont d'an diaouled ha nann da Zoue. Ha ne fell ket din ho pefe kenunvaniezh gant an diaouled.

21  Ne c'hellit ket evań hanaf an Aotrou hag hanaf an diaouled. Ne c'hellit ket kemer lod e taol an Aotrou hag e taol an diaouled.

22  Ha fellout a ra deomp hegasiń gwarizi an Aotrou? Ha kreńvoc'h ez omp egetań?

Frankiz ar gristenien

23  An holl draoł a zo aotreet din, met n'int ket holl talvoudus din. An holl draoł a zo aotreet din, met ne genteliont ket holl.

24  Arabat da zen klask e vad e-unan, met ra glasko pep hini mad ar re all.

25  Debrit eus kement a vez gwerzhet er gigerezh, hep ober goulenn ebet en abeg d'ar goustiańs,

26  rak: D'an Aotrou eo an douar ha kement a zo ennań.

27  Mar ped un den difeiz ac'hanoc'h ha mar fell deoc'h mont gantań, debrit eus ar pezh a vo lakaet dirazoc'h, hep ober goulenn ebet en abeg d'ar goustiańs.

28  Met mar lavar unan bennak deoc'h: An dra-mań a zo bet aberzhet d'an idoloł, na zebrit ket abalamour d'an hini en deus roet deoc'h an ali-se hag en abeg d'ar goustiańs, rak: D'an Aotrou eo an douar ha kement a zo ennań.

29  Met ar goustiańs a gomzan diouti n'eo ket da hini met koustiańs egile. Rak perak e vefe barnet va frankiz gant koustiańs unan all?

30  Mar debran en ur drugarekaat, perak e vefen tamallet evit un dra a drugarekaan evitań?

31  Pe eta e tebrit, pe ec'h evit, pe e rit un dra bennak all, grit holl evit gloar Doue.

32  Na feukit nag ar Yuzevien, nag ar C'hresianed, nag Iliz Doue.

33  Evel-se me ivez a fell din plijout d'an holl en holl draoł, hep klask va mad va-unan, met o klask hini kalz, evit ma vint salvet.

 

Pennad 11

An emzalc'h e-pad ar bodadegoł

1  Bezit heńvelerien ouzhin, evel ma'z on heńveler ouzh Krist.

2  Breudeur, meuliń a ran ac'hanoc'h dre ma hoc'h eus sońj ac'hanon e pep tra, ha ma virit va c'helennadurezh evel ma em eus he roet deoc'h.

3  Met fellout a ra din e oufec'h penaos Krist eo penn pep den, hag an den eo penn ar vaouez, ha Doue eo penn Krist.

4  Pep den hag a bed pe a brofed goloet e benn, a zizenor e benn.

5  Pep maouez hag a bed pe a brofed dizolo he fenn, a zizenor he fenn, bez' eo evel ma vefe touzet.

6  Rak ma ne c'holo ket ur vaouez he fenn, ra droc'ho ivez he blev. Ha ma n'eo ket dereat d'ur vaouez kaout he blev troc'het pe bezań touzet, ra vo goloet he fenn.

7  An den ne zle ket goleiń e benn pa'z eo skeudenn ha gloar Doue, met ar vaouez a zo gloar an den.

8  Rak an den n'eo ket bet tennet eus ar vaouez, met ar vaouez eus an den,

9  hag an den n'eo ket bet krouet evit ar vaouez, met ar vaouez evit an den.

10  Setu perak ar vaouez, abalamour d'an aeled, a zle kaout war he fenn ur merk eus ar galloud a zo a-us dezhi.

11  Koulskoude, en Aotrou, an den n'emań ket hep ar vaouez, nag ar vaouez hep an den.

12  Rak evel m'eo bet tennet ar vaouez eus an den, emań an den ivez dre ar vaouez, ha dont a ra pep tra eus Doue.

13  Barnit eta hoc'h-unan. Ha dereat eo e pedfe ur vaouez Doue dizolo he fenn?

14  An natur hec'h-unan ha ne zesk ket deoc'h ez eo mezhus d'un den kaout blev hir,

15  met eo un enor d'ur vaouez kaout blev hir, rak ar blev a zo roet dezhi evit gouel?

16  Mar fell da unan bennak daelań, n'hon eus ket ar c'hiz-se, nag Ilizoł Doue kennebeut.

Ar Goan-Santel

17  Hogen er pezh ez an da lavarout deoc'h, n'ho meulan ket. En em zastum a rit, n'eo ket evit gwellaat met evit fallaat.

18  Da gentań e klevan penaos pa en em zastumit en Iliz ez eus dizunaniezhoł etrezoc'h, hag ul lodenn a gredan a gement-se,

19  rak ret eo e vefe diheńchadurioł en ho touez, evit ma vo diskuliet ar re ac'hanoc'h a zo aprouet.

20  Pa en em zastumit a-gevret eta en un hevelep lec'h, n'eo ket evit debriń koan an Aotrou,

21  rak d'ar pred, hastań a ra pep hini da gemer e goan e-unan, hag unan en deus naon, hag unan all a zo mezv.

22  Ha n'hoc'h eus ket ho tiez evit debriń hag evań? Pe e tisprizit Iliz Doue, hag e rit mezh d'ar re n'o deus netra? Petra a lavarin deoc'h? Ho meuliń a rin? Ne veulan ket ac'hanoc'h evit kement-se.

23  Rak resevet em eus digant an Aotrou ar pezh am eus ivez kelennet deoc'h, penaos an Aotrou Jezuz, en noz ma voe gwerzhet, a gemeras bara,

24  hag o vezań trugarekaet, en torras hag a lavaras: Kemerit, debrit, hemań eo va c'horf a zo torret evidoc'h, grit kement-mań en eńvor ac'hanon.

25  Evel-se ivez, goude koan e kemeras an hanaf en ur lavarout: An hanaf-mań eo an emglev nevez em gwad, grit kement-mań en eńvor ac'hanon bep gwech ma'c'h evot dioutań.

26  Rak bep gwech ma tebrit eus ar bara-mań ha ma'c'h evit eus an hanaf-mań, e kemennit marv an Aotrou betek ma teuio.

27  Evel-se piv bennak a zebro eus ar bara-mań pe a evo eus hanaf an Aotrou en un doare dizereat, a vo kablus eus korf ha gwad an Aotrou.

28  Ra en em amprouo pep hini eta e-unan, ha neuze ra zebro eus ar bara-mań ha ra evo eus an hanaf-mań.

29  Rak an hini a zebr pe a ev en un doare dizereat, a zebr hag a ev e gondaonidigezh, rak ne zigemm ket korf an Aotrou.

30  Abalamour da-se eo ez eus en ho touez kalz a dud mac'hagn ha klańv, hag eo marvet meur a hini.

31  Rak mar en em varnfemp hon-unan, ne vefemp ket barnet.

32  Met pa'z omp barnet, omp kastizet gant an Aotrou, evit na vimp ket kondaonet asambles gant ar bed.

33  Setu perak, va breudeur, pa en em zastumit da zebriń, en em c'hortozit an eil egile.

34  Mar en deus unan bennak naon, ra zebro en e di, evit ma n'en em zastumot ket evit ho parnedigezh. Diwar-benn an traoł all, e reizhin anezho pa vin erruet.

 

Pennad 12

Donezonoł ar Spered-Santel

1  E-keńver an donezonoł speredel, ne fell ket din, breudeur, e vefec'h diouiziek.

2  Gouzout a rit penaos pa oac'h d'ar broadoł, e oac'h douget d'an idoloł mut, evel ma oac'h broudet.

3  Setu perak e tisklźrian deoc'h penaos den ebet o komz dre Spered Doue ne lavar: Milliget eo Jezuz! Ha den ne c'hell lavarout: Jezuz a zo an Aotrou! nemet dre ar Spered-Santel.

4  Bez' ez eus donezonoł disheńvel, met an hevelep Spered.

5  Bez' ez eus ministrerezhioł disheńvel, met an hevelep Aotrou.

6  Bez' ez eus oberoł disheńvel, met an hevelep Doue a ra an holl draoł en holl.

7  Roet eo diskuliadur ar Spered da bep hini evit mad an holl.

8  Rak da unan eo roet dre ar Spered ar gomz a furnez, da unan all ar gomz a ouiziegezh dre an hevelep Spered,

9  da unan all ar feiz dre an hevelep Spered, da unan all an donezonoł da yac'haat dre an hevelep Spered,

10  da unan all sevenidigezh ar mirakloł, da unan all ar brofediezh, da unan all merzadenn ar speredoł, da unan all a bep seurt yezhoł, da unan all jubennadur ar yezhoł.

11  Met un hevelep Spered hepken a ra an holl draoł-se, en ur lodennań anezho da bep hini evel ma plij gantań.

An Iliz heńvelaet ouzh ur c'horf

12  Rak evel ma'z eo unan ar c'horf, petra bennak m'en deus meur a ezel, hag evel ma ra holl izili ar c'horf, petra bennak ma'z int kalz, ur c'horf hepken, evel-se ivez emań eus Krist.

13  Badezet omp bet holl en ur Spered hepken evit bezań ur c'horf hepken, pe Yuzevien, pe Gresianed, pe sklaved, pe tud en o frankiz, hag holl hon eus bet douret eus ur Spered hepken.

14  Hag ar c'horf n'eo ket graet eus un ezel hepken, met eus kalz.

15  Ma lavarfe an troad: Dre ma n'on ket un dorn n'on ket eus ar c'horf, ha ne vefe ket koulskoude eus ar c'horf?

16  Ha ma lavarfe ar skouarn: Dre ma n'on ket al lagad n'on ket eus ar c'horf, ha ne vefe ket koulskoude eus ar c'horf?

17  Ma vefe an holl gorf lagad, pelec'h e vefe ar c'hleved? Ma vefe an holl gorf kleved, pelec'h e vefe ar c'hwesha?

18  Evel-se Doue en deus lakaet pep ezel er c'horf evel ma'z eo bet plijet gantań.

19  Ma vefent holl un ezel hepken, pelec'h e vefe ar c'horf?

20  Evel-se eta ez eus meur a ezel, met ur c'horf hepken.

21  Al lagad ne c'hell ket lavarout d'an dorn: Ne'm eus ket ezhomm ac'hanout, na kennebeut ar penn lavarout d'an treid: Ne'm eus ket ezhomm ac'hanoc'h.

22  Hag ouzhpenn-se, izili ar c'horf hag en em ziskouez an dinerzhań a zo ret;

23  ar re a gavomp an nebeutań enorus er c'horf, a wiskomp gant ar brasań enor, hag ar re zivalavań eo ar re vuiań enoret.

24  Rak ar re a zo dereat n'o deus ket ezhomm a gement-se. Doue en deus graet ar c'horf en un doare m'en deus roet muioc'h a enor d'an hini en doa ezhomm,

25  evit na vo ket dizunaniezh er c'horf, met m'o devo an izili un hevelep preder an eil ouzh egile.

26  P'en devez un ezel poan, an holl izili o devez poan gantań. Pa vez enoret un ezel, an holl izili a vez laouen asambles gantań.

27  C'hwi a zo korf Krist ha c'hwi a zo e izili, pep hini evit e lod.

28  Doue en deus lakaet en Iliz da gentań an ebestel, d'an eil ar brofeded, d'an trede ar gelennerien, war-lerc'h-se ar mirakloł, ha goude-se an donezonoł da yac'haat, ar sikour, ar gouarnadur, liested ar yezhoł.

29  Hag ebestel eo an holl? Ha profeded eo an holl? Ha kelennerien eo an holl? Ha mirakloł a ra an holl?

30  Hag an donezonoł da yac'haat o deus an holl? Hag e meur a yezh e komz an holl? Hag an holl a jubenn yezhoł?

31  Met c'hoantait gant gred an donezonoł gwellań. Hag emaon o vont da ziskouez deoc'h un hent gwelloc'h c'hoazh.

 

Pennad 13

Ar garantez

1  Pa gomzfen yezhoł an dud hag an aeled, ma ne'm eus ket ar garantez, ez on evel un arem a son pe ur simbalenn a dregern.

2  Pa em befe an donezon a brofediezh, pa anavezfen an holl visterioł hag an holl c'houiziegezh, pa em befe an holl feiz betek dilec'hiań ar menezioł, ma ne'm eus ket ar garantez, n'on netra.

3  Pa ginnigfen va holl vadoł evit bevań ar beorien, pa rofen va c'horf evit bezań devet, ma ne'm eus ket ar garantez, kement-se ne servij din da netra.

4  Ar garantez a zo habask ha leun a vadelezh, ar garantez n'eo ket avius, ar garantez n'eo ket fougasus, n'en em c'hwez ket a ourgouilh,

5  n'eo ket dizonest, ne glask ket he mad hec'h-unan, ne drenk ket, ne sońj ket e droug,

6  n'eo ket plijet gant an direizhder, met plijet eo gant ar wirionez,

7  hi a zigarez pep tra, a gred pep tra, a esper pep tra, a c'houzańv pep tra.

8  Ar garantez ne baouez biken, tra ma echuo ar brofediezh, ma ehano ar yezhoł, ha ma echuo ar c'houiziegezh.

9  Rak n'anavezomp nemet un darn, ha ne brofedomp nemet un darn,

10  met pa zeuio ar pezh a zo peurvat, neuze ar pezh a zo darnel a echuo.

11  Pa oan bugel, e komzen evel ur bugel, e komprenen evel ur bugel, e sońjen evel ur bugel, met pa'z on deuet da vezań un den, em eus dilezet ar pezh a oa eus ar bugel.

12  Bremań e welomp dre ur melezour, en un doare teńval, neuze e welimp dremm ouzh dremm. Bremań n'anavezan nemet un darn, met neuze ec'h anavezin-tre, evel ma'z on bet anavezet.

13  Bremań eta, e chom an tri zra-mań: ar feiz, an esperańs, ar garantez. Met ar brasań anezho eo ar garantez.

 

Pennad 14

Donezonoł ar Spered-Santel er bodadegoł

1  Klaskit ar garantez. C'hoantait gant gred an donezonoł speredel, ha dreist-holl ar brofediezh.

2  Rak an hini a gomz e yezh ne gomz ket ouzh an dud met ouzh Doue, ha ne intent den anezhań; met er spered e lavar misterioł.

3  An hini a vez o profediń a genteilh, a atiz hag a frealz an dud.

4  An hini o komz e yezh en em genteilh e-unan, met an hini o profediń a genteilh an Iliz.

5  Me a garfe eta e komzfec'h holl e meur a yezh, met dreist-holl e profedfec'h. An hini o profediń a zo brasoc'h eget an hini o komz e yezhoł, nemet e jubennfe hemań evit ma vefe an Iliz kenteliet a gement-se.

6  Evel-se, breudeur, mar deufen en ho touez o komz e yezhoł, eus peseurt talvoudegezh e vefen deoc'h, ma ne gomzfen ket ouzhoc'h dre ziskuliadur, pe dre c'houiziegezh, pe dre brofediezh, pe dre gelennadurezh?

7  Evel-se ivez gant an traoł divuhez a ra ur son, evel ar fleüt pe an delenn, ma ne roont ket sonioł disheńvel, penaos e vo anavezet ar pezh a zo c'hoariet gant ar fleüt pe gant an delenn?

8  Ha ma ro an drompilh ur son mesket, piv en em gempenno d'ar brezel?

9  Evel-se c'hwi ivez, ma ne zistagit ket gant ho teod komzoł komprenus, penaos e vo gouezet gant an dud ar pezh a lavarit? Komz a rafec'h en aer.

10  Pegement a soniadoł a zo er bed evit gwir, ha n'eus hini anezho ha n'en defe ket ur ster.

11  Ma n'ouzon ket eta ster ar sonioł, e vin ur barbar evit an hini a gomz, hag an hini a gomz a vo ur barbar evidon.

12  Evel-se c'hwi ivez, pa c'hoantait gant gred an donezonoł speredel, klaskit kaout a-fonn anezho evit kenteliań an Iliz.

13  Setu perak an hini a gomz e yezh ra bedo evit gallout jubenniń.

14  Rak mar pedan e yezh, va spered a bed, met va skiant a zo difrouezh.

15  Petra eta a zo d'ober? Pediń a rin dre ar spered, met pediń a rin ivez dre ar skiant. Kanań a rin dre ar spered, met kanań a rin ivez dre ar skiant.

16  Anez, mar bennigez er spered, penaos e c'hello an hini a zo ur selaouer eeun lavarout: Amen! da'z pedenn a drugarez, pa ne oar ket petra a lavarez?

17  Gwir eo ez eo mat da bedennoł a drugarez, met ar re all n'int ket kenteliet.

18  Trugarekaat a ran va Doue dre ma komzan muioc'h e yezhoł egedoc'h holl,

19  koulskoude gwelloc'h eo ganin lavarout en Iliz pemp komz dre va skiant evit kenteliań ar re all ivez, eget dek mil komz e yezh.

20  Breudeur, na vezit ket bugale e-keńver ar meiz; bezit bugale vihan e-keńver an droug, met e-keńver ar meiz, bezit tud c'hraet.

21  Skrivet eo el lezenn: Komz a rin ouzh ar bobl-mań dre dud eus yezhoł all ha dre vuzelloł estren, hag evel-se zoken ne selaouint ket ac'hanon, eme an Aotrou.

22  Setu perak ar yezhoł a zo un arouez, nann evit ar gredourien, met evit ar re zifeiz. Hag ar brofediezh a zo un arouez, nann evit ar re zifeiz, met evit ar gredourien.

23  Koulskoude mard eo emvodet an Iliz a-bezh ha ma komz an holl e yezhoł, mar deu eno selaouerien eeun pe tud difeiz, ha ne lavarint ket hoc'h eus kollet ho skiant?

24  Ha mard eo an holl o profediń ha mar deu un den difeiz pe ur selaouer eeun, e vo kendrec'het gant an holl, e vo barnet gant an holl,

25  hag evel-se traoł kuzhet e galon a vo disklźriet, hag o kouezhań d'an douar, ec'h azeulo Doue hag ec'h embanno emań e gwirionez Doue en ho touez.

26  Petra eta a zo d'ober, breudeur? Pa en em vodit, pep hini ac'hanoc'h ha bez' en deus ur c'hantik, ur gelennadurezh, ur yezh, un diskuliadur, ur jubennadur? Ra vo graet pep tra evit kenteliań.

27  Mar komz lod e yezh, ra vo gant daou pe dri hepken d'ar muiań ha pep hini d'e dro, ha ra vo unan evit jubenniń.

28  Ma n'eus den evit reiń ar jubennadur, ra davo ar re-se en Iliz, ha ra gomzint outo o-unan hag ouzh Doue.

29  Ra vo daou pe dri frofed o komz, ha ra varno ar re all.

30  Ha mar en deus un diskuliadur unan all a zo amań, ra davo an hini kentań.

31  Rak gallout a rit holl profediń an eil goude egile, da zeskiń an holl ha da frealziń an holl.

32  Speredoł ar brofeded a zo sujet d'ar brofeded,

33  rak Doue n'eo ket un Doue a vesk met a beoc'h, evel en holl Ilizoł ar sent.

34  Ra davo ho kwragez en Ilizoł, dre ma n'eo ket aotreet dezho komz, ha ra vint sentus hervez ma lavar al lezenn ivez.

35  Mar fell dezho en em gelenn war un dra bennak, ra c'houlennint digant o gwazed er gźr, rak dizereat eo d'ur vaouez komz en Iliz.

36  Bez' eo eus du-se ez eo deuet komz Doue? Pe ha n'eo deuet nemet deoc'h-c'hwi hoc'h-unan?

37  Mar kred unan bennak bezań ur profed pe bezań speredel, ra anavezo ez eo gourc'hemennoł an Aotrou an traoł a skrivan deoc'h.

38  Met mar tremen unan bennak hep o anavezout, ra dremeno.

39  Evel-se, breudeur, c'hoantait gant gred ar brofediezh, ha na harzit ket da gomz e yezhoł.

40  Ha ra vo graet pep tra en un doare dereat ha gant urzh.

 

Pennad 15

Dasorc'hidigezh ar re varv

1  Degas a ran da sońj deoc'h, breudeur, eus an Aviel am eus prezeget deoc'h, hoc'h eus resevet, a gendalc'hit ennań,

2  hag oc'h salvet drezań, mar mirit ar c'homzoł am eus prezeget deoc'h. Anez da-se ho pefe kredet en aner.

3  Kelennet em eus deoc'h da gentań ar pezh am eus ivez resevet, ez eo marvet Krist evit hor pec'hedoł hervez ar Skriturioł,

4  ez eo bet sebeliet, ez eo dasorc'het an trede deiz hervez ar Skriturioł,

5  hag ez eo bet gwelet gant Kefaz, ha goude-se gant an daouzek.

6  Neuze eo bet gwelet gant ouzhpenn pemp kant breur war un dro, an darn vuiań anezho a zo c'hoazh bev hag hiniennoł a zo marv.

7  Goude-se eo bet gwelet gant Jakez, ha goude gant an holl ebestel,

8  ha da ziwezhań all eo bet gwelet ivez ganin, evel gant ur sioc'han,

9  rak me eo an disterań eus an ebestel, ha n'on ket dellezek da vezań anvet abostol, dre ma em eus heskinet Iliz Doue.

10  Met dre c'hras Doue ez on ar pezh ma'z on, hag e c'hras em c'heńver n'eo ket bet difrouezh. Met labouret em eus kalz muioc'h egeto holl, n'eo ket me koulskoude, met gras Doue a zo ganin.

11  Pe me eta pe int, e prezegomp evel-se hag hoc'h eus kredet evel-se.

12  Ha mar prezeger ez eo dasorc'het Krist a-douez ar re varv, penaos e lavar hiniennoł en ho touez n'eus ket a zasorc'hidigezh eus ar re varv?

13  Ma n'eus ket a zasorc'hidigezh eus ar re varv, Krist ivez n'eo ket dasorc'het.

14  Ma n'eo ket Krist dasorc'het, eo aner eta hor prezegerezh, hag eo aner ivez ho feiz.

15  Zoken en em gav ma'z omp falstestoł eus Doue, rak roet hon eus an testeni-mań e-keńver Doue penaos en deus dasorc'het Krist, an hini n'eo ket bet dasorc'het gantań, ma ne zasorc'h ket ar re varv.

16  Rak ma ne zasorc'h ket ar re varv, Krist kennebeut n'eo ket dasorc'het.

17  Ma n'eo ket dasorc'het Krist, aner eo ho feiz, emaoc'h c'hoazh en ho pec'hedoł,

18  hag ar re a gousk e Krist a zo ivez kollet.

19  Mar hon eus un esperańs e Krist evit ar vuhez-mań hepken, ez omp eus an holl dud ar re druezusań.

20  Met bremań Krist a zo dasorc'het a-douez ar re varv; deuet eo da vezań ar frouezh kentań eus ar re a gousk.

21  Rak pa'z eo deuet ar marv dre un den, dasorc'hidigezh ar re varv a zo ivez deuet dre un den.

22  Hag evel ma varv an holl en Adam, evel-se ivez ec'h advevo an holl e Krist,

23  met pep hini en e renk e-unan. Krist a zo ar frouezh kentań, ha goude ar re a zo da Grist d'e zonedigezh,

24  ha goude-se e teuio an diwezh, pa adroio ar rouantelezh da Zoue hag a zo an Tad, goude bezań kaset da netra pep prińselezh, pep nerzh ha pep galloud.

25  Rak ret eo dezhań ren, betek m'en devo lakaet e holl enebourien dindan e dreid.

26  An enebour a vo kaset da netra da ziwezhań eo ar marv.

27  Rak Doue en deus lakaet pep tra dindan e dreid. Ha pa vez lavaret ez eo pep tra dindanań, eo sklaer penaos an hini en deus lakaet pep tra dindanań n'emań ket e-unan dindanań.

28  Pa vo bet lakaet pep tra dindanań, neuze ar Mab e-unan en em lakaio dindan an hini en deus lakaet pep tra dindanań, evit ma vo Doue holl en holl.

29  Anez, petra a raio ar re a zo badezet evit ar re varv, ma ne zasorc'h ket ar re varv? Perak neuze ez int badezet evit ar re varv?

30  Ha perak omp-ni hon-unan da bep eur en arvar?

31  Bemdez e varvan, henn asuriń a ran, gant al lec'h am eus da dennań lorc'h diwar ho penn e Jezuz-Krist hon Aotrou.

32  Mar em eus stourmet ouzh al loened en Efez evit palioł hervez an dud, peseurt talvoudegezh am eus a gement-se, ma ne zasorc'hont ket ar re varv? Debromp hag evomp, rak warc'hoazh e varvimp.

33  N'en em douellit ket, an darempredoł fall a vrein ar gizioł mat.

34  Dihunit evit bevań er reizhder ha na bec'hit ket, rak hiniennoł a zo hep anaoudegezh Doue, henn lavarout a ran evit ho mezh.

35  Met unan bennak a lavaro: Penaos e tasorc'h ar re varv, ha gant peseurt korf e teuint en-dro?

36  Diskiant! Ar pezh a hadez ne zeu ket da vezań bev ma ne varv ket.

37  E-keńver ar pezh a hadez, ne hadez ket ar c'horf a zle genel, met ur c'hreunenn noazh, evel ma en em gav eus an ed pe un haderezh all bennak,

38  met Doue a ro dezhi ur c'horf evel ma fell dezhań, ha da bep hadenn e ro he c'horf hec'h-unan.

39  Pep kig n'eo ket an hevelep kig, met unan eo kig an dud, unan all kig al loened, unan all hini ar pesked, unan all hini al laboused.

40  Bez' ez eus ivez korfoł neńvel ha korfoł douarel, met unan eo sked reoł an neńv, unan all eo hini reoł an douar,

41  unan all eo sked an heol, unan all sked al loar, unan all sked ar stered, rak ur steredenn a zo disheńvel diouzh ur steredenn all dre he sked.

42  Evel-se eo ivez gant dasorc'hidigezh ar re varv. Ar c'horf a zo hadet breinus, dasorc'hiń a raio divreinus,

43  hadet eo en dizenor, dasorc'hiń a raio leun a c'hloar, hadet eo er gwander, dasorc'hiń a raio leun a nerzh,

44  hadet eo korf naturel, dasorc'hiń a raio korf speredel. Bez' ez eus ur c'horf naturel ha bez' ez eus ur c'horf speredel,

45  hervez ma'z eo skrivet: An den kentań Adam a zeuas da vezań un ene bev, met an Adam diwezhań ur Spered a ro ar vuhez.

46  Met n'eo ket ar pezh a zo speredel a zo ar c'hentań, met ar pezh a zo naturel, ar pezh a zo speredel a zeu goude.

47  An den kentań, o vezań eus an douar, a zo douarel, an eil den, an Aotrou, a zeu eus an neńv.

48  Evel ma'z eo an hini douarel, evel-se ivez eo ar re zouarel. Evel ma'z eo an hini neńvel, evel-se ivez eo ar re neńvel.

49  Evel ma hon eus douget skeudenn an hini douarel, e tougimp ivez skeudenn an hini neńvel.

50  Hag henn lavaran, breudeur: Ar c'hig hag ar gwad ne c'hellont ket kaout da hźrezh rouantelezh Doue, nag ar vreinadurezh kaout da hźrezh an divreinusted.

51  Setu e lavaran deoc'h ur mister: Ne varvimp ket holl, met holl e vimp cheńchet.

52  En ur predig-amzer, en ur serr-lagad, d'an drompilh diwezhań, rak an drompilh a sono, ar re varv a zasorc'ho divreinus, ha ni a vo cheńchet.

53  Rak ret eo d'ar c'horf breinus-mań gwiskań an divreinusted ha d'ar c'horf marvel-mań gwiskań an divarvelezh.

54  Pa'z en devo ar c'horf breinus-mań gwisket an divreinusted, ha pa'z en devo ar c'horf marvel-mań gwisket an divarvelezh, neuze e vo sevenet ar gomz-mań a zo skrivet: Lonket eo bet ar marv en trec'h.

55  O marv, pelec'h emań da flemm? Lec'h ar marv, pelec'h emań da drec'h?

56  Flemm ar marv eo ar pec'hed, ha galloud ar pec'hed eo al lezenn.

57  Met ra vo trugarekaet Doue a ro deomp an trec'h dre hon Aotrou Jezuz-Krist!

58  Evel-se va breudeur karet-mat, bezit start, divrall, o labourat muioc'h-muiań en oberenn an Aotrou, en ur c'houzout n'eo ket didalvoud ho labour en Aotrou.

 

Pennad 16

An dastum evit ar sent

1  E keńver an dastum-arc'hant evit ar sent, grit evel ma em eus gourc'hemennet da Ilizoł Galatia:

2  Pep deiz kentań eus ar sizhun, ra lakaio a-du pep hini ac'hanoc'h en e di ar pezh a c'hello dastum, hervez e c'hounid, evit na c'hortozor ket ken ma vin erru evit ober ar c'hestoł.

3  Ha pa vin erruet, e kasin gant lizheroł ar re ho po aprouet evit mont gant hoc'h aluzenoł da Jeruzalem.

4  Ha mard eo dereat ez afen ivez va-unan, e veajint ganin.

Alioł diwezhań ha saludoł da glozań

5  Mont a rin d'ho kavout goude ma em bo tremenet dre Vakedonia, rak tremen a rin dre Vakedonia.

6  Marteze e chomin un nebeud amzer ganeoc'h pe zoken e tremenin ar goańv, evit bezań ambrouget ganeoc'h el lec'h bennak ma'z in.

7  Rak ne fell ket din ho kwelout bremań en ur dremen, met esperout a ran e chomin ganeoc'h un nebeud amzer, mar plij gant Doue.

8  Koulskoude e chomin en Efez betek ar Pantekost,

9  rak un nor vras a zo digor din gant esperańs a c'hounid, met kalz a enebourien a zo eno.

10  Mar deu Timote, lakait evezh ma vo hep aon en ho touez, rak labourat a ra da oberenn an Aotrou eveldon va-unan.

11  Arabat da zen eta disprizań anezhań, met ambrougit anezhań e peoc'h evit ma teuio da'm c'havout, rak e c'hortoz a ran gant ar vreudeur.

12  E-keńver hor breur Apolloz, e bedet em eus start da vont d'ho kavout gant ar vreudeur, met n'eo ket bet fellet dezhań a-greńv mont bremań. Koulskoude ez aio pa gavo tu.

13  Beilhit, chomit start er feiz, bezit kalonek, en em greńvait.

14  Ra vo graet kement a rit gant karantez.

15  Ho pediń a ran, breudeur, anavezout a rit tiegezh Stefanaz, gouzout a rit ez int ar c'hentań frouezh eus Akaia hag ez int en em roet da servij ar sent,

16  bezit sentus ouzh ar seurt tud-se hag ouzh an holl re a labour ganeomp hag a gemer poan.

17  Laouen on dre ma'z eo deuet Stefanaz, Fortunatuz hag Akaikuz, rak graet o deus e-lec'h ac'hanoc'h en hoc'h ezvezańs,

18  adsavet o deus va spered hag hoc'h hini. Bezit eta leun a zoujańs evit ar seurt tud-se.

19  Ilizoł Azia a salud ac'hanoc'h. Akilaz ha Prisilha, gant an Iliz a zo en o zi, a salud karantek ac'hanoc'h en Aotrou.

20  An holl vreudeur ho salud. En em saludit an eil egile dre ur pok santel.

21  Ar gourc'hemennoł a zo ac'hanon-me Paol, eus va dorn va-unan.

22  Ma'z eus unan bennak ha ne gar ket an Aotrou Jezuz-Krist, ra vo milliget! Maranata! (= dont a ra an Aotrou!)

23  Gras hon Aotrou Jezuz-Krist ra vo ganeoc'h!

24  Va c'harantez a zo ganeoc'h holl e Jezuz-Krist! Amen.