LIZHER KENTAŃ PŹR

 

Pennad 1

1  Pźr, abostol Jezuz-Krist, d'ar re a vev evel diavaezidi stlabezet er Pont, e Galatia, e Kapadokia, en Azia hag e Bitinia,

2  dibabet hervez ragouiziegezh Doue an Tad, santelaet gant ar Spered evit sentiń ouzh Jezuz-Krist ha kaout lod e sparfadur e wad: Ra vo ar c'hras hag ar peoc'h kresket deoc'h!

An esperańs hag ar santelezh

3  Ra vo benniget Doue ha Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, en deus hon eil-c'hanet hervez e drugarez vras evit un esperańs bev dre zasorc'hidigezh Jezuz-Krist a-douez ar re varv,

4  evit un hźrezh divreinus, didarch, diweńvus, ha lakaet a-du en neńv evidoc'h,

5  c'hwi hag a zo miret gant galloud Doue, dre ar feiz, evit ar silvidigezh prest da vezań diskuliet en amzerioł diwezhań.

6  En abeg da gement-se ez oc'h laouen-kenań, petra bennak ma'z oc'h enkrezet bremań evit un nebeud amzer dre veur a amprouenn, pa'z eo ret,

7  evit ma teuio amprouenn ho feiz, priziusoc'h eget an aour a ya da goll hag a zo koulskoude amprouet dre an tan, da dreiń evidoc'h e meuleudi, enor ha gloar, da emziskuliadur Jezuz-Krist.

8  Karout a rit anezhań hep bezań e welet, krediń a rit ennań hep e welout c'hoazh, hag e laouenait gant ul levenez dilavarus ha glorius,

9  o c'hounit ar sevenidigezh eus ho feiz: silvidigezh hoc'h eneoł.

10  Diwar-benn ar silvidigezh-se eo, o deus enklasket hag imbourc'het pizh ar brofeded o deus profedet diwar-benn ar c'hras a zo ennoc'h,

11  o klask anavezout evit peseurt amzer hag evit peseurt degouezhioł Spered Krist a oa enno, hag a destenie en a-raok, a zisklźrie poanioł Krist hag ar c'hloar a heuilhfe anezho.

12  Diskuliet e voe dezho ne oa ket evito o-unan met evidomp-ni e oant lodennerien eus an traoł-se, a zo bet disklźriet deoc'h bremań gant ar re o deus prezeget an Aviel deoc'h dre ar Spered-Santel kaset eus an neńv, traoł a c'hoanta an aeled sellout outo betek ar fońs.

13  Setu perak gourizit divgroazell ho klevidigezh, bezit poellek, gortozit gant un esperańs peurvat ar c'hras a vo degaset deoc'h da emziskuliadur Jezuz-Krist;

14  hag evel bugale sentus, n'en em renit ket hervez droukc'hoantoł ho tiouiziegezh a-wechall.

15  Met evel ma'z eo santel an hini en deus ho kalvet, bezit hoc'h-unan santel en hoc'h holl gundu,

16  rak skrivet eo: Bezit santel, rak me a zo santel.

17  Ha mar galvit Tad an hini a varn pep unan hervez e oberoł, hep ober van ouzh diavaezioł an dud, en em renit eta gant doujańs e-pad an amzer a dremenit amań,

18  o c'houzout penaos n'eo ket dre draoł breinus, evel arc'hant pe aour, ez oc'h bet dasprenet eus an doare bevań aner ho poa bet da hźrezh digant ho tadoł,

19  met dre wad prizius Krist, evel hini un oan dinamm ha didarch,

20  rakverket dija a-raok krouidigezh ar bed, met diskuliet en amzerioł diwezhań abalamour deoc'h,

21  drezań e kredit e Doue, eń hag en deus e zasorc'het a-douez ar re varv ha roet dezhań gloar, evit ma vo ho feiz hag hoc'h esperańs e Doue.

22  O sentiń ouzh ar wirionez dre ar Spered, hoc'h eus glanaet hoc'h eneoł evit kaout ur garantez-breur didroidell. En em garit gant dalc'h an eil egile gant ur galon c'hlan,

23  dre ma'z oc'h bet eil-c'hanet nann eus un had breinus met eus un had divreinus, dre gomz Doue a zo bev hag a chom da viken.

24  Rak pep kig a zo evel ar geot, hag holl c'hloar an den evel bleuńv ar geot. Ar geot a zisec'h hag e vleuńv a gouezh,

25  met ger an Aotrou a chom da virviken. Hag ar ger-se eo an hini a zo bet prezeget deoc'h en Aviel.

 

Pennad 2

Jezuz, maen bev ha maen-korn

1  O tilezel eta pep fallentez, pep touellerezh, pep troidellerezh, pep gwarizi ha pep droukkomz,

2  c'hoantait evel bugale nevez-c'hanet laezh glan ar gomz, evit ma c'hellot kreskiń drezań,

3  ma'z eo gwir hoc'h eus tańvaet ez eo mat an Aotrou,

4  en ur dostaat outań, eń hag a zo ar maen bev taolet kuit gant an dud, met dibabet gant Doue ha prizius.

5  C'hwi ivez, evel mein bev, a zo savet evit bezań un ti speredel, aberzhourien santel en embreg o c'harg, evit kinnig aberzhoł speredel plijus da Zoue dre Jezuz-Krist.

6  Rak lavaret eo er Skritur: Setu, e lakaan e Sion ar maen-korn, dibabet ha prizius, hag an hini a gredo ennań ne vo ket mezhekaet.

7  Evidoc'h-c'hwi a gred eta, an enor, met evit ar re zifeiz, ar maen taolet kuit gant ar re a vańsone a zo deuet da vezań penn ar c'horn,

8  ur maen-kouezh hag ur roc'h a wallskouer. Int en em stok a-enep ar ger o vezań disentus, hag evit kement-se ez int bet tonket.

9  Met c'hwi a zo ur ouenn dibabet, ur rouantelezh a aberzhourien, ur vroad santel, ur bobl bet prenet, evit embann vertuzioł an hini en deus ho kalvet eus an deńvalijenn d'e sklźrijenn vurzhudus,

10  c'hwi ha ne oac'h ket gwechall ur bobl, met a zo bremań pobl Doue, c'hwi ha n'ho poa ket kavet trugarez, met hoc'h eus kavet bremań trugarez.

Doujańs e-keńver ar pennadurezhioł

11  Re garet-mat, ho pediń a ran, evel diavaezidi ha beajourien, d'en em virout diouzh droukc'hoantoł ar c'hig a ra brezel ouzh an ene,

12  oc'h en em ren en un doare onest e-touez ar baganed, evit ma teuint da reiń gloar da Zoue en deiz ar weladenn, o welout hoc'h oberoł mat, e-lec'h droukkomz diwar ho penn evel pa vijec'h torfedourien.

13  Plegit eta, abalamour d'an Aotrou, da gement pennadurezh savet gant an dud, pe d'ar roue evel d'an hini a zo dreist ar re all,

14  pe d'ar c'houarnourien, evel da dud kaset eus e berzh da gastizań ar re a ra an droug ha da aprouiń ar re a ra ar mad.

15  Rak amań eo bolontez Doue, ma serrot ar genoł da ziouiziegezh an dud dibourvez a skiant-vat en ur ober ar mad,

16  evel o vezań frank, nann evel tud a ra eus al librentez ur ouel da c'holeiń o fallentez, met evel servijerien Doue.

17  Enorit an holl dud, karit an holl vreudeur, doujit Doue, enorit ar roue.

18  Servijerien, bezit sentus ouzh ho mistri e pep doujańs, nann hepken ouzh ar re a zo mat ha dous, met ivez ouzh ar re a zo diaes.

19  Rak ur c'hras eo pa zeu unan bennak da c'houzańv enkrezioł en abeg d'e goustiańs e-keńver Doue, o poaniań en gaou.

20  Rak peseurt gloar a zo mar gouzańvit gant pasianted bezań skoet p'hoc'h eus graet an droug? Met mar gouzańvit gant pasianted ar boan evit bezań graet ar mad, kement-se a zo ur c'hras dirak Doue.

21  Da gement-se eo ez oc'h bet galvet, rak Krist ivez en deus gouzańvet poanioł evidoc'h, o lezel deoc'h ur skouer evit ma kerzhot war e lerc'h,

22  eń ha n'en deus graet pec'hed ebet, ha n'eus bet kavet touellerezh ebet en e c'henoł.

23  Pa veze dismegańset, ne rente dismegańs ebet, pa veze gwallgaset, ne rae gourdrouz ebet, met en em lakaat a rae dindan an hini a varn gant reizhder.

24  Douget en deus hor pec'hedoł e-unan en e gorf war ar c'hoad, evit ma teuimp, o vezań marv d'ar pec'hed, da vevań evit ar reizhder, ha gant e c'houlioł ez oc'h bet yac'haet.

25  Rak bez' e oac'h evel deńved dianket, met bremań ez oc'h distroet etrezek mesaer ha diwaller hoc'h eneoł.

 

Pennad 3

Gwazed ha gwragez

1  En hevelep doare, gwragez, sentit ouzh ho kwazed hoc'h-unan, evel-se mard eus hiniennoł anezho na sentont ket ouzh ar gomz, e vint gounezet hep komz dre gundu o gwragez,

2  pa welint ho kundu glan ha leun a zoujańs.

3  Ne vo ket ho kempennadurezh hini an diavaez, blev rodellaouet, bragerizoł aour pe dilhad hollgaer,

4  met an hini a zo kuzhet e diabarzh ar galon, purentez divreinus ur spered dous ha peoc'hus, a zo prizius-kenań dirak Doue.

5  Rak evel-se en em gempennas gwechall ar gwragez santel a espere e Doue hag a sente ouzh o gwazed,

6  evel ma sente Sara ouzh Abraham o c'hervel anezhań hec'h aotrou. Anezhi eo oc'h deuet da vezań merc'hed, oc'h ober ar mad hep aon rak trubuilh ebet.

7  En hevelep doare, gwazed, en em renit gant furnez e-keńver ho kwragez evel e-keńver krouadurioł gwanoc'h, roit enor dezho, rak ganeoc'h o devo gras ar vuhez da hźrezh, evit na vo harz ebet ouzh ho pedennoł.

En em renit evel kristenien

8  A-hend-all, bezit holl eus un hevelep santad, truezus an eil e-keńver egile, oc'h en em garout evel breudeur, leun a drugarez, a volontez-vat,

9  hep rentań droug evit droug na dismegańs evit dismegańs, o vennigań er c'hontrol, o c'houzout ez oc'h galvet da gement-se, evit m'ho po ar vennozh da hźrezh.

10  Rak an hini a fell dezhań kavout plijadur da vevań ha gwelout deizioł a eurvad, ra ziwallo e deod diouzh an droug hag e vuzelloł diouzh komzoł touellus,

11  ra zispartio diouzh an droug evit ober ar mad, ra glasko ar peoc'h ha ra heulio anezhań,

12  rak daoulagad an Aotrou a zo war ar re reizh, hag e zivskouarn a zo evezhius ouzh o fedennoł, met dremm an Aotrou a zo a-enep ar re a ra an droug.

13  Ha piv a wallgaso ac'hanoc'h ma heuilhit ar mad?

14  Ha zoken pa c'houzańvfec'h evit ar reizhder, e vefec'h eürus. N'ho pet ket aon rak o gourdrouz, ha na vezit ket nec'het.

15  Met santelait en ho kalonoł an Aotrou Doue. Bezit atav prest d'en em reizhabegań gant douster ha doujańs dirak ar re a c'houlenn kont diouzhoc'h diwar-benn an esperańs a zo ennoc'h,

16  o kaout ur goustiańs vat, evit ma vo mezhekaet er pezh a lavar a-enep deoc'h ar re a zeu da damall ho kundu vat e Krist, evel pa vijec'h torfedourien.

17  Rak gwelloc'h eo gouzańv, mard eo bolontez Doue, en ur ober ar mad eget en ur ober an droug.

Poanioł Krist. Ar vadeziant

18  Rak Krist ivez en deus gouzańvet ur wech evit ar pec'hedoł, eń reizh evit ar re zireizh, evit hon degas da Zoue, o vezań bet lakaet d'ar marv er c'hig, met bevaet dre ar Spered,

19  ha drezań ivez eo aet da brezeg d'ar speredoł dalc'het en toull-bac'h,

20  ar re a oa bet gwechall diskredik, pa c'hortoze ur wech pasianted Doue en amzer Noe, e-pad ma en em c'hrae an arc'h; enni un niver bihan a eneoł, da lavarout eo eizh, a voe saveteet a-dreuz an dour.

21  Kement-se a zo ur skeudenn eus ar vadeziant, eń ha ne lam ket kuit saotroł ar c'horf met a zo an engouestl eus ur goustiańs vat dirak Doue, hag a zeu d'hor saveteiń bremań dre zasorc'hidigezh Jezuz-Krist.

22  Eń, o vezań aet en neńv, a zo a-zehoł da Zoue, ha dindanań emań an aeled, an nerzhioł hag ar galloudoł.

 

Pennad 4

1  Evel-se, Krist o vezań gouzańvet evidomp er c'hig, c'hwi ivez en em armit gant an hevelep sońj, penaos an hini en deus gouzańvet er c'hig en deus paouezet da bec'hiń,

2  evit na vevo mui hervez droukc'hoantoł an dud, met hervez bolontez Doue, e-pad an amzer a chom gantań da vevań er c'hig.

3  Rak a-walc'h eo deomp bezań graet en amzer hor buhez tremenet bolontez ar baganed, pa gerzhemp en hudurniezh, en droukc'hoantoł, er vezventi, er c'horfadoł hag en idolerezh argarzhus.

4  Setu perak e kavont souezhus na redfec'h ket ganto en un hevelep diroll a vuhez fall, hag e troukkomzont ac'hanoc'h.

5  Rentań a raint kont d'an hini a zo prest da varn ar re vev hag ar re varv.

6  En abeg da-se eo bet prezeget an Aviel ivez d'ar re varv, evit ma vefent barnet er c'hig hervez an den, met ma vevfent er spered hervez Doue.

7  Diwezh an holl draoł a dosta. Bezit eta fur hag aketus er pedennoł.

8  Dreist-holl, ho pet an eil evit egile ur garantez virvidik, rak ar garantez a c’holoio pec'hedoł e-leizh.

9  En em zegemerit an eil egile en ho tiez hep grozmolat.

10  Ra implijo pep hini ac'hanoc'h an donezon en deus resevet e servij ar re all, evel ur merour mat a bep gras Doue.

11  Mar komz unan bennak, ra gomzo hervez gerioł Doue, mar gra unan bennak ur servij, ra raio hervez an nerzh a ro Doue, evit ma vo en holl draoł roet gloar da Zoue dre Jezuz-Krist, a zo dezhań ar c'hloar hag ar galloud e kantvedoł ar c'hantvedoł! Amen.

12  Re garet-mat, na vezit ket souezhet ma'z eus ur fornez en ho touez evit hoc'h amprouiń, evel ma c'hoarvezfe ganeoc'h un dra iskis bennak.

13  Met bezit laouen e kement ha ma hoc'h eus lod e poanioł Krist, evit ma viot ivez leuniet eus ul levenez vras-meurbet pa vo diskuliet e c'hloar.

14  Mar bez lavaret dismegańsoł deoc'h abalamour da anv Krist, eürus oc'h, rak ar Spered a c'hloar, Spered Doue, a zo warnoc'h. Ganto eo mallozhet, met ganeoc'h e resev gloar.

15  Ra chomo pep hini ac'hanoc'h hep gouzańv evel muntrer, pe laer, pe torfedour, pe un den a emell e traoł ar re all,

16  met mar gouzańv unan bennak evel kristen, ra chomo hep kaout mezh ha ra roio gloar da Zoue e kement-se.

17  Rak an amzer a zeu ma tle ar varn kregiń gant ti Doue. Ha mar krog da gentań ganeomp-ni, petra a vo diwezh ar re na sentont ket ouzh Aviel Doue?

18  Mard eo salvet gant poan vras an den reizh, petra e teuio da vezań an den drouk hag ar pec'her?

19  Evel-se eta, ra zeuio ar re a c'houzańv hervez bolontez Doue, da erbediń outań o eneoł en ur ober ar mad, evel ouzh ur C'hrouer feal.

 

Pennad 5

Kuzulioł d'an henaourien ha d'ar re yaouank

1  Pediń a ran an henaourien a zo en ho touez, me hag a zo ivez henaour, test eus poanioł Krist, kenlodeg er c'hloar a zle bezań diskuliet:

2  Mesait deńved Doue a zo en ho touez o veilhań warno, nann en ur c'hinań met a-volontez-vat, nann evit ur gounid mezhus met a c'hrad vat,

3  nann evel ma vijec'h mestr war e hźrezh met o vezań skouer vat an tropell.

4  Ha pa en em ziskouezo ar Mesaer meur e vo roet deoc'h ar gurunenn divreinus a c'hloar.

5  En hevelep doare, tud yaouank, sentit ouzh an henaourien. En em wiskit a izelegezh, o plegań holl an eil d'egile, rak: Doue a harp ouzh ar re ourgouilhus, met reiń a ra gras d'ar re uvel.

6  En em izelait eta dindan dorn galloudus Doue, evit ma uhelaio ac'hanoc'h pa vo an amzer,

7  o tisammań warnań hoc'h holl nec'hamantoł, rak kemer a ra preder ganeoc'h.

8  Bezit poellek, eveshait, rak hoc'h enebour an diaoul a dro war ho tro evel ul leon o yudal, o klask piv a c'hello lonkań.

9  Harzit outań o vezań start er feiz, o c'houzout emań ho preudeur a zo er bed o c'houzańv an hevelep poanioł.

10  Hag an Doue a bep gras hag en deus hor galvet d'e c'hloar beurbadus e Jezuz-Krist, goude m'ho po gouzańvet un nebeudig, ho klokaio, ho kreńvaio, ho nerzho, ho lakaio da vezań divrall.

11  Dezhań ra vo ar c'hloar hag ar galloud e kantvedoł ar c'hantvedoł! Amen.

Saludoł da glozań

12  Berr a-walc'h em eus skrivet deoc'h dre Silvan, ur breur feal a gav din, evit aliań ac'hanoc'h hag evit testeniań deoc'h penaos gwir c'hras Doue eo an hini en em zalc'hit enni.

13  Ar re a zo e Babilon, hag a zo dibabet ganeoc'h, a salud ac'hanoc'h, ha Mark va mab ivez.

14  Saludit an eil egile dre ur pok a garantez. Ra vo ar peoc'h ganeoc'h-c'hwi holl hag a zo e Jezuz-Krist! Amen.