LIZHER KENTAŃ PAOL D'AN

DESALONIKIZ

 

Pennad 1

1  Paol, Silvan ha Timote, da Iliz an Desalonikiz a zo e Doue an Tad hag en Aotrou Jezuz-Krist: Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!

Trugarekadenn evit feiz an Desalonikiz

2  Trugarekaat a reomp Doue dalc'hmat evidoc'h, o venegiń ac'hanoc'h en hor pedennoł,

3  o kaout sońj bepred, dirak Doue hon Tad, eus oberenn ho feiz, eus labour ho karantez hag eus started hoc'h esperańs en hon Aotrou Jezuz-Krist.

4  Gouzout a reomp, breudeur karet-mat gant Doue, penaos oc'h bet dibabet,

5  rak hon Aviel n'eo ket bet kemennet deoc'h gant komzoł hepken, met ivez gant galloud, gant ar Spered-Santel, ha gant ur surentez leun; c'hwi a oar penaos omp en em renet en ho touez hag e-keńver ac'hanoc'h.

6  Bet oc'h hon heńvelerien ha re hon Aotrou, o vezań resevet ar ger e-touez kalz a c'hlac'haroł, gant levenez ar Spered-Santel,

7  en hevelep doare ma'z oc'h bet skouerioł evit ar re holl o deus kredet e-barzh Makedonia hag Akaia.

8  Rak n'eo ket a-walc'h ma'z eo bet klevet ger an Aotrou eus ho pro e Makedonia hag en Akaia, met ar feiz hoc'h eus e Doue a zo bet anavezet e pep lec'h, en hevelep doare ma n'hon eus ezhomm ken da gomz.

9  Rak int a lavar o-unan pebezh degemer hon eus bet diganeoc'h ha penaos hoc'h eus en em zistroet diouzh an idoloł da Zoue, evit servijań an Doue bev ha gwirion,

10  hag evit gortoz eus an neńv e Vab en deus adsavet a varv, Jezuz, an hini a zieub ac'hanomp eus ar gounnar da zont.

 

Pennad 2

Labour Paol e Tesalonike

1  C'hwi hoc'h-unan a oar a-dra-sur, breudeur, penaos hon donedigezh en ho touez n'eo ket bet difrouezh.

2  Petra bennak ma hor boa gouzańvet poanioł diagent ha resevet dismegańsoł e Filipi, evel ma ouzoc'h, hon eus kemeret hardizhegezh en hon Doue evit prezeg deoc'h Aviel Doue e-kreiz stourmoł bras.

3  Rak n'eus bet en hor prezegerezh nag errol, na tra lous ebet, na tromplerezh.

4  Met evel m'en deus Doue kavet mat fiziout ennomp an Aviel, evel-se e komzomp, nann evit plijout d'an dud, met da Zoue a amprou hor c'halonoł.

5  Rak n'hon eus biskoazh implijet komzoł lubanus, evel ma ouzoc'h, na labouret dre zroukc'hoant, Doue a zo test a gement-se.

6  N'hon eus ket klasket ar gloar a zeu eus an dud, nag en ho touez nag e-touez reoł all ebet, petra bennak ma c'hellemp pouezań warnoc'h gant galloud evel ebestel Krist,

7  met omp bet dous en ho touez. Evel ma kemer ur vagerez ur preder tener eus he bugale,

8  evel-se, leun a evezh evidoc'h, hor bije karet reiń deoc'h nann hepken Aviel Doue, met ivez hor buhez hon-unan, rak hor boa evidoc'h ur garantez vras.

9  Sońj hoc'h eus, breudeur, eus hol labour hag eus hor poan. En ur labourat noz-deiz evit na vijemp ket ur bec'h deoc'h eo hon eus prezeget deoc'h Aviel Doue.

10  Testoł oc'h ha Doue ivez, pegen santel, pegen reizh ha pegen didamall ez omp en em renet en ho keńver-c'hwi ar re a gred.

11  Anavezout a rit ivez penaos hon eus aliet, kalonekaet hag aspedet start pep hini ac'hanoc'h, evel un tad e-keńver e vugale,

12  evit m'en em renit en un doare dellezek eus Doue a c'halv ac'hanoc'h d'e rouantelezh ha d'e c'hloar.

Feiz an Desalonikiz ha mision Timote

13  Setu perak ne baouezomp ket da drugarekaat Doue evidoc'h rak, pa hoc'h eus resevet ger Doue disklźriet deoc'h ganeomp, hoc'h eus e zegemeret nann evel ger an dud, met evel ma'z eo e gwirionez, evel ger Doue. Hag e labour gant nerzh ennoc'h-c'hwi ar re a gred.

14  Rak c'hwi, breudeur, a zo deuet da vezań an heńvelerien eus Ilizoł Doue a zo e Judea e Jezuz-Krist, rak hoc'h eus ivez gouzańvet a-berzh ar re eus ho pobl hoc'h-unan an hevelep traoł hag int a-berzh ar Yuzevien,

15  int hag o deus lakaet d'ar marv an Aotrou Jezuz hag o frofeded o-unan, o deus hon heskinet, na blijont ket da Zoue, hag a zo enebourien d'an holl dud,

16  o virout ouzhimp da gomz d'ar baganed evit ma vint salvet, hag o leuniań dre-se bepred muioc'h muzul o fec'hedoł. Met fulor Doue a zo deuet warno a-benn ar fin.

17  Evidomp, breudeur, o vezań bet pellaet diouzhoc'h abaoe ur pennad amzer a gorf ha nann a galon, hon eus bet kement muioc'h a c'hoant hag a hast d'ho kwelout a-nevez.

18  Fellet eo bet deomp ur wech ha zoken div mont d'ho kavout, da vihanań me Paol, met Satan en deus miret ouzhimp d'henn ober.

19  Rak petra eo hon esperańs, hol levenez, hor c'hurunenn a c'hloar? Ha n'eo ket c'hwi, dirak hon Aotrou Jezuz-Krist en e zonedigezh?

20  Ya, c'hwi eo hor gloar hag hol levenez.

 

Pennad 3

1  Dre-se, o vezań ma ne c'hellemp ket gortoz pelloc'h, karet hon eus muioc'h chom hon-unan en Aten,

2  hag hon eus kaset Timote hor breur, ministr Doue, hor c'henlabourer en Aviel Krist, evit ho kalonekaat hag hoc'h aliań diwar-benn ho feiz,

3  evit na vo den brańsellet er glac'haroł-mań, rak anavezout a rit hoc'h-unan ez omp tonket evit kement-se.

4  Pa oamp ganeoc'h, hon eus lavaret deoc'h en a-raok hor bije da c'houzańv poanioł, evel ma'z eo c'hoarvezet hag evel ma ouzoc'h.

5  O vezań ne c'hellen ket gortoz pelloc'h, em eus da glevout diwar-benn ho feiz, gant aon n'en dije an tempter touellet ac'hanoc'h ha na vije deuet hol labour da vezań difrouezh.

An Aviel kemennet gant Timote

6  Met bremań Timote, o vezań distroet eus ho kichen d'hor c'havout, en deus degaset deomp keloł mat diwar-benn ho feiz hag ho karantez; lavaret en deus deomp e virit ur sońj mat ac'hanomp, o c'hoantaat hor gwelout evel ma c'hoantaomp hon-unan ho kwelout.

7  Evel-se breudeur, frealzet omp bet dre ho feiz e-kreiz hon holl c'hlac'haroł hag ankenioł.

8  Rak bevań a reomp bremań, peogwir e chomit start en Aotrou.

9  Pebezh trugarez na c'hellomp ket reiń da Zoue diwar ho penn, evit an holl levenez hon eus dirak hon Doue abalamour deoc'h!

10  Pediń a reomp anezhań gant birvidigezh noz-deiz evit ma c'hellimp gwelout ho tremm ha peurleuniań ar pezh a vank d'ho feiz.

11  Ra reno Doue e-unan hon Tad, ha Jezuz-Krist hon Aotrou, hor c'hammedoł war-zu ennoc'h,

12  ha ra lakaio ac'hanoc'h an Aotrou da greskiń ha da fonnań er garantez an eil e-keńver egile hag e-keńver an holl, evel ma hon eus-ni en ho keńver,

13  ha ra nerzho ho kalonoł evit ma vint didamall er santelezh dirak Doue hon Tad, pa zeuio hon Aotrou Jezuz-Krist gant e holl sent.

 

Pennad 4

Ar santelezh hag ar garantez

1  A-hend-all, breudeur, goude bezań desket ganeomp e peseurt doare eo ret en em ren evit plijout da Zoue, ni ho ped hag hoc'h ali start en Aotrou Jezuz ma fonnot e kement-se bepred muioc'h-muiań.

2  Rak gouzout a rit peseurt gourc'hemennoł hon eus roet deoc'h a-berzh an Aotrou Jezuz.

3  Setu amań a-dra-sur bolontez Doue: Ra viot santelaet, ra en em diwallot diouzh an hudurniezh,

4  ra ouezo pep hini ac'hanoc'h derc'hel e gorf er santelezh hag en onestiz

5  hep en em reiń d'un droukc'hoant fall evel ma ra ar baganed n'anavezont ket Doue,

6  ra chomo pep hini hep touellań pe droukc'hoantaat e vreur en aferioł, rak an Aotrou eo ar veńjer eus an holl draoł-se evel ma hon eus henn lavaret hag henn testeniet deoc'h.

7  Rak Doue n'en deus ket hor galvet d'an dic'hlanded met d'ar santelezh.

8  An hini eta a zispriz kement-se ne zispriz ket un den met Doue, eń hag en deus roet ivez deomp e Spered-Santel.

9  E keńver ar garantez etre breudeur, n'hoc'h eus ket ezhomm e vefe skrivet deoc'h, rak hoc'h-unan hoc'h eus desket digant Doue karout an eil egile,

10  ha kement-se eo ivez ar pezh a rit e-keńver an holl vreudeur a zo e Makedonia a-bezh. Met ec'h aliomp ac'hanoc'h, breudeur, da fonnań e kement-se muioc'h-muiań,

11  da vezań aketus da vevań e peoc'h, d'en em reiń d'hoc'h aferioł hoc'h-unan, da labourat gant ho taouarn hoc'h-unan evel ma hon eus gourc'hemennet deoc'h,

12  evit ma en em renot gant onestiz e-keńver ar re a-ziavaez ha ma n'ho po ezhomm eus tra ebet.

Dilamerezh an Iliz

13  Ha ne fell ket din, breudeur, e viot hep gouzout ar pezh a sell ouzh ar re a zo kousket, evit na viot ket glac'haret evel an dud all ha n'o deus ket esperańs.

14  Rak mar kredomp ez eo Jezuz marvet hag adsavet a varv, kredomp ivez e tegaso Doue gantań ar re a vo kousket e Jezuz.

15  Ni a zisklźri deoc'h kement-mań hervez ger an Aotrou: Ni ar re vev, ar re a vo chomet evit donedigezh an Aotrou, ne ziaraogimp ket ar re a zo kousket.

16  Rak an Aotrou e-unan a ziskenno eus an neńv, d'un arouez roet, da vouezh an arc'hael ha da son trompilh Doue, hag ar re a vo marv e Krist a adsavo da vev da gentań;

17  neuze, ni ar re a vo bev hag a vo chomet, e vimp dilamet asambles ganto er goabrennoł, d'en em gavout gant an Aotrou en aer, hag evel-se e vimp atav gant an Aotrou.

18  En em frealzit eta an eil egile dre ar gerioł-mań.

 

Pennad 5

Beilhomp

1  Diwar-benn an amzerioł hag ar pennadoł, n'eus ket ezhomm e vefe skrivet deoc'h, breudeur,

2  gouzout mat a rit hoc'h-unan penaos deiz an Aotrou a zeuio evel ul laer en noz.

3  Rak pa lavarint: Peoc'h ha surentez! neuze un distruj buan a zeuio warno, evel ma c'hoarvez ar gwentloł gant ur wreg a zo brazez, ha ne dec'hint ket.

4  Met c'hwi, breudeur, n'emaint ket en deńvalijenn evit ma teufe an deiz-se warnoc'h evel ul laer,

5  c'hwi a zo holl bugale ar sklźrijenn ha bugale an deiz. N'omp ket eus an noz nag eus an deńvalijenn.

6  Na gouskomp ket eta evel ar re all, met beilhomp ha bezomp dilontek.

7  Rak ar re a gousk a gousk en noz, hag ar re en em vezv en em vezv en noz.

8  Met ni pa'z omp eus an deiz, bezomp dilontek, o vezań gwisket sae-houarn ar feiz hag ar garantez, ha tog-houarn esperańs ar silvidigezh.

9  Rak Doue n'en deus ket hol lakaet evit ar gounnar, met evit gounit ar silvidigezh dre hon Aotrou Jezuz-Krist,

10  eń hag a zo bet marvet evidomp, evit, pe e veilhimp pe e kouskimp, ma vevimp asambles gantań.

11  Dre-se en em greńvait an eil egile hag en em genteilhit an eil egile, evel ma rit dija.

Alioł diwezhań ha saludoł da glozań

12  Ho pediń a reomp, breudeur, da anavezout ar re a labour en ho touez, a evesha warnoc'h hervez an Aotrou hag ho kelenn,

13  ha da gaout evito ur garantez vrasoc'h abalamour d'o labour. Bezit e peoc'h etrezoc'h.

14  Ho pediń a reomp ivez, breudeur, gourdrouzit ar re zizurzh, frealzit ar re a zo digalonekaet, sikourit ar re zinerzh, bezit habask e-keńver an holl.

15  Diwallit na rentfe hini ebet droug evit droug, met grit bepred hervez ar mad, hag etrezoc'h hag e-keńver an holl.

16  Bezit laouen bepred.

17  Pedit hep paouez.

18  Trugarekait en holl draoł, rak evel-se eo bolontez Doue e Jezuz-Krist en ho keńver.

19  Na vougit ket ar Spered.

20  Na zisprizit ket ar profediezhoł.

21  Amprouit pep tra, dalc'hit ar pezh a zo mat.

22  En em virit diouzh pep doare a zroug.

23  Ra santelaio an Doue a beoc'h e-unan kement a zo ennoc'h, ha ra vo miret divlam hoc'h holl spered, ene ha korf, a-benn donedigezh hon Aotrou Jezuz-Krist.

24  An hini en deus ho kalvet a zo feal hag a raio kement-se.

25  Breudeur, pedit evidomp.

26  Saludit an holl vreudeur dre ur pok santel.

27  Hoc'h aspediń a ran dre an Aotrou, ra vo lennet al lizher-mań d'an holl vreudeur santel.

28  Gras hon Aotrou Jezuz-Krist ra vo ganeoc'h! Amen.