LIZHER KENTAŃ PAOL DA

DIMOTE

 

Pennad 1

1  Paol, abostol Jezuz-Krist dre c'hourc'hemenn Doue hor Salver hag hon Aotrou Jezuz-Krist hon esperańs,

2  da Dimote, va gwir vab er feiz: Ar c'hras, an drugarez hag ar peoc'h ra vo roet dit a-berzh Doue hon Tad ha Jezuz-Krist hon Aotrou!

Kemenn diwar-benn ar fals-doktored

3  Pedet em eus ac'hanout, en ur vont da Vakedonia, da chom en Efez evit gourc'hemenn da hiniennoł na brezegjent ket ur gelennadurezh estren

4  ha n'en em stagjent ket ouzh mojennoł hag ouzh lignezoł diziwezh, a c'han tabutoł kentoc'h eget oberenn Doue er feiz.

5  Pal ar gourc'hemenn eo ar garantez a zeu eus ur galon c'hlan, eus ur goustiańs vat hag eus ur feiz wirion.

6  Hiniennoł o vezań distroet a gement-se, a zo en em gollet e prezegoł didalvez;

7  fellout a ra dezho bezań doktored eus al lezenn, petra bennak ma n'intentont ket ar pezh a lavaront nag ar pezh a roont evel gwir.

8  Gouzout a reomp penaos al lezenn a zo mat evit an neb a ra un implij dereat anezhi,

9  evit an hini a oar n'eo ket bet graet al lezenn evit an den reizh, met evit ar re fall hag ar re zisent, ar re zifeiz hag ar bec'herien, an dud digredenn hag ar re zisantel, al lazherien o zad hag o mamm, ar vuntrerien,

10  ar c'hadaled, ar skilbaotred, ar varc'hadourien-sklaved, ar c'haouiaded, ar falstouerien, hag evit kement a zo kontrol d'ar gelennadurezh yac'h,

11  hervez Aviel glorius an Doue benniget, Aviel a zo bet fiziet ennon.

Madelezh Doue e-keńver Paol

12  Trugarekaat a ran an hini en deus va nerzhet, Jezuz-Krist hon Aotrou, dre ma en deus va c'havet feal o lakaat ac'hanon er servij,

13  me hag a oa diagent ur mallozher, un heskiner, un den taer. Met kavet em eus trugarez dre ma raen kement-se dre ziouiziegezh, o vezań en diskredoni,

14  ha gras hon Aotrou he deus dreistfonnet, gant ar feiz hag ar garantez a zo e Jezuz-Krist.

15  Ar ger-mań a zo asur ha dellezek a bep fiziańs: Jezuz-Krist a zo deuet er bed evit salviń ar bec'herien, ez on-me ar c'hentań anezho.

16  Hag abalamour da gement-mań eo em eus kavet trugarez: evit ma tiskouezfe Jezuz-Krist da gentań ennon e hirbasianted, hag evit servijout da skouer d'ar re a gredo ennań evit ar vuhez peurbadus.

17  Da Roue ar c'hantvedoł, divarvel, diwelus, da Zoue fur hepken, ra vo enor ha gloar e kantvedoł ar c'hantvedoł! Amen.

18  Ar gourc'hemenn-mań a roan dit, va mab Timote, hervez ar profediezhoł a zo bet graet diaraok diwar da benn, ma stourmi hervez ar profediezhoł-se ar stourm mat,

19  o virout ar feiz hag ur goustiańs vat; hiniennoł o vezań kollet anezhi, o deus graet peńse e-keńver ar feiz.

20  En o zouez emań Himene hag Aleksandr, am eus roet da Satan evit ma teskint tremen hep mallozhiń.

 

Pennad 2

Gourc'hemennoł d'an Iliz

1  Pediń a ran eta start, a-raok pep tra, ma vo graet goulennoł, pedennoł, erbedennoł, trugarekadennoł evit an holl dud,

2  evit ar rouaned hag evit ar re holl a zo e kargoł uhel, evit ma c'hellimp ren ur vuhez peoc'hius ha sioul e pep doujańs-Doue hag e pep onestiz.

3  Kement-se a zo mat ha plijus dirak daoulagad Doue hor Salver,

4  a fell dezhań e vefe salvet an holl dud hag e teufent da anaoudegezh ar wirionez.

5  Rak n'eus nemet un Doue hepken, hag un hanterour hepken etre Doue hag an dud, an den Jezuz-Krist,

6  a zo en em roet e-unan evel daspren evit an holl. Setu an testeni roet en e amzer e-unan,

7  ez on bet lakaet evitań, ar wirionez a lavaran e Krist ha ne lavaran ket ur gaou, da brezegour, da abostol ha da zoktor ar baganed er feiz hag er wirionez.

8  Me a fell din eta e pedfe an dud e pep lec'h, o sevel daouarn glan hep kounnar hag hep tabut.

9  En hevelep doare, ra en em wisko ar gwragez gant dilhad dereat gant furnez ha poell, nann gant frizeür ar blev, na gant aour, na gant perlez, na gant dilhad gwall goustus,

10  met gant oberoł mat, evel ma tere ouzh gwragez hag a emouestl da servijań Doue.

11  Ra selaouo ar wreg ar gelennadurezh er sioulded hag e pep sentidigezh.

12  N'aotrean ket d'ar wreg kelenn, na kemer galloud war ur gwaz, met ret eo dezhi chom sioul.

13  Rak Adam a zo bet krouet da gentań, hag Eva da c'houde.

14  N'eo ket Adam an hini a zo bet touellet, met ar wreg, goude bezań bet touellet, a zo kouezhet en disentidigezh.

15  Koulskoude e vo salvet o tont da vezań mamm, mar kendalc'h gant poell er feiz, er garantez hag er santelezh.

 

Pennad 3

Eskob ha diagon

1  Ar ger-mań a zo asur: mar fell da unan bennak bezań eskob, e c'hoanta ur garg vat-meurbet.

2  Ret eo eta d'an eskob bezań didamall, pried d'ur wreg hepken, poellek, fur, kempenn, degemerus, gouest da gelenn,

3  nann techet d'ar gwin, na taer, na douget d'ar gounid dizonest, met habask, pell eus an tabutoł, hep pizhoni,

4  o c'houarn mat e di e-unan, o terc'hel e vugale er sentidigezh hag e pep onestiz,

5  rak ma ne oar ket unan bennak gouarn e di e-unan, penaos e kemero preder eus Iliz Doue?

6  Ra ne vo ket nevez distroet ouzh Doue, gant aon, o vezań c'hwezet gant an ourgouilh, na gouezhfe dindan kondaonidigezh an diaoul.

7  Ret eo en defe ivez un testeni mat digant re an diavaez, gant aon na gouezhfe en dismegańs hag e pech an diaoul.

8  Ra vo an diagoned ivez poellek, hep daou c'her, pell eus dirollerezh ar gwin hag eus ur gounid dizonest,

9  o virout mister ar feiz en ur goustiańs c'hlan.

10  Ra vo ar re-mań ivez amprouet da gentań, ha goude ra vint lakaet d'o servij mar d-int divlam.

11  En hevelep doare, ra vo o gwragez poellek, hep droukkomz, habask, feal en holl draoł.

12  Ra vo an diagoned pried da ur wreg hepken, o c'houarn mat o bugale hag o ziegezh o-unan,

13  rak ar re o devo graet mat ar servij-se a c'hounezo ur renk enorus hag ur fiziańs vras er feiz a zo e Jezuz-Krist.

14  Skrivań a ran kement-mań dit, oc'h esperout mont prest da'z kavout

15  hag evit ma ouezi, mar dalean, penaos eo ret en em ren e ti Doue, a zo Iliz an Doue bev, kolonenn ha sol ar wirionez.

16  Hep arvar bras eo mister an doujańs-Doue: Doue a zo en em ziskouezet er c'hig, reishaet dre ar Spered, gwelet gant an aeled, prezeget e-touez ar broadoł, kredet er bed, savet er gloar.

 

Pennad 4

Kemennoł da Dimote

1  Ar Spered a lavar start penaos, en amzerioł diwezhań, hiniennoł en em zistroio diouzh ar feiz evit en em reiń da speredoł touellus ha da gelennadurezhioł an diaouled,

2  dre bilpouzerezh fals-doktored merket o c'houstiańs gant houarn tomm,

3  o tifenn dimeziń hag o c'hourc'hemenn tremen hep boued krouet gant Doue evit bezań kemeret en ur drugarekaat gant an dud feal hag ar re o deus anavezet ar wirionez.

4  Rak kement en deus krouet Doue a zo mat ha netra na dle bezań taolet kuit, pa o c'hemer gant trugarez,

5  rak kement-se a zo santelaet dre c'her Doue ha dre ar bedenn.

6  Mar displegez an traoł-se d'ar vreudeur, e vi ur ministr mat eus Jezuz-Krist, maget gant gerioł ar feiz hag ar gelennadurezh vat ac'h eus heuliet.

7  Met taol kuit ar mojennoł disantel ha sot, en em ro da zoujańs-Doue,

8  rak embreg ar c'horf a zo mat da nebeut a dra, met doujańs-Doue a zo talvoudek d'an holl draoł, o kaout ar bromesa eus ar vuhez a-vremań hag eus an hini da zont.

9  Ar ger-mań a zo asur ha dellezek a bep fiziańs.

10  Gouzańv a reomp, a dra sur, kement a labourioł ha kement a zismegańs abalamour ma'c'h esperomp en Doue bev, an hini eo Salver an holl dud, dreist-holl ar gredourien.

11  Kemenn ha desk an traoł-se.

12  Ra ne zisprizo den da yaouankiz, met bez ur skouer d'ar gredourien, dre ar ger, dre ar gundu, dre ar garantez, dre ar spered, dre ar feiz, dre ar c'hlanded.

13  Betek ma teuin, en em ro d'al lennadur, d'an ali ha d'ar c'helennadur.

14  Na zilez ket an donezon a zo ennout hag a zo bet roet dit dre brofediezh gant lakadur-daouarn kuzul an henaourien.

15  Kemer preder en traoł-mań, en em ro atav dezho evit ma vo da greskadurezh anavezet gant an holl.

16  Laka evezh ouzhit da-unan hag ouzh da gelennadurezh, kendalc'h e kement-mań, rak ouzh o ober en em salvi da-unan hag e salvi ar re a selaou ac'hanout.

 

Pennad 5

Izili an Iliz

1  Na groz ket rust an den oadet, met ali anezhań evel un tad, an dud yaouank evel breudeur,

2  ar gwragez oadet evel mammoł, ar re yaouank evel c'hoarezed, e pep purentez.

3  Enor an intańvezed a zo gwir intańvezed.

4  Met mar he deus un intańvez bugale pe bugale vihan, ra zeskint da gentań en em reiń da zoujań Doue e-keńver o zud o-unan ha da rentań d'o c'herent ar pezh o deus resevet diganto, rak kement-se a zo mat ha plijus da Zoue.

5  An hini a zo gwir intańvez hag a zo chomet hec'h-unan, a esper e Doue hag a gendalc'h noz-deiz e pedennoł hag e erbedennoł.

6  Met an hini a vev er plijadurioł a zo marv, daoust ma'z eo bev.

7  Kemenn dezho an traoł-se evit ma vint divlam.

8  Ma n'en deus ket unan bennak preder ouzh e re, ha dreist-holl ouzh re e diegezh, nac'het en deus ar feiz hag eo gwashoc'h eget un den difeiz.

9  Ra ne vo ket un intańvez douget war ar roll, nemet he defe tri-ugent vloaz, e vefe bet dimezet d'un ozhac'h hepken,

10  he defe an testeni eus hec'h oberoł mat, an hini da vezań savet he bugale, da vezań degemeret an estrenien, gwalc'het o zreid d'ar sent, sikouret ar re c'hlac'haret, en em roet da beb seurt oberennoł mat.

11  Met na zegemer ket an intańvezed yaouank, rak pa zeu o skańvder d'en em sevel a-enep Krist, e fell dezho dimeziń,

12  ar pezh a reont evit o barnedigezh dre ma o deus torret o gouestl kentań.

13  Ha gant kement-se, o vezań didalvez, en em gustumont da vont eus an eil ti d'egile, ha n'int ket hepken didalvez, met ivez komzerezed ha kurius, o lavarout traoł n'int ket dereat.

14  Me a fell din eta ma timezfe ar re yaouank, m'o defe bugale, ma c'houarnfent o ziegezh, ha ma ne rofent d'an enebour lec'h ebet da zroukkomz,

15  dija hiniennoł anezho a zo distroet evit heuliań Satan.

16  Mar en deus ur c'hredour bennak, gwaz pe wreg, intańvezed, ra sikouro anezho ha ra ne vo ket bec'hiet an Iliz ganto, evit m'he devo peadra da sikour ar re a zo gwir intańvezed.

17  Ra vo an henaourien hag a c'houarn mat barnet dellezek eus un enor doubl, dreist-holl ar re a labour d'ar prezegerezh ha d'ar gelennadurezh.

18  Rak ar Skritur a lavar: Ne erei ket e c'henoł d'an ejen a vac'h ar greun, hag: Ar micherour a zo din eus e c'hopr.

19  Na zegemer tamall ebet a-enep un henaour, nemet e vefe digant daou pe dri dest.

20  Kroz dirak an holl ar re a bec'h, evit m'o devo ar re all aon ivez.

21  Da bediń a ran start dirak Doue, an Aotrou Jezuz-Krist hag an aeled dibabet, da virout an traoł-mań hep van a zen ha d'ober netra en un doare untuek.

22  Na laka da zaouarn war den re vuan ha na gemer ket lod e pec'hedoł ar re all. En em vir glan da-unan.

23  Na gendalc'h ket da evań dour hepken, met gra gant un nebeud gwin abalamour da'z stomok ha da'z tiaezamantoł stank.

24  Pec'hedoł darn eus an dud a zo dizolo zoken a-raok ma'z int barnet, met bez' ez eus reoł all ha n'en em ziskouezont nemet goude.

25  En hevelep doare an oberoł mat a zo dizolo, ha ma n'emaint ket da gentań ne c'hellont ket chom kuzhet.

 

Pennad 6

1  Ra sello ar re holl a zo dindan yev ar sklaverezh o mistri evel dellezek a bep enor, evit na vo ket anv ha kelennadurezh Doue mallozhet.

2  Ar re o deus kredourien da vistri ra ne zisprizint ket anezho war digarez ez int breudeur, met ra servijint anezho gwelloc'h abalamour ma'z int kredourien ha re garet-mat, ha m'en em lakaont d'ober vat dezho. Desk an traoł-se hag ali anezho.

Karantez ouzh an arc'hant

3  Mar kelenn unan bennak en un doare all ha ma n'en em stag ket ouzh gerioł a silvidigezh hon Aotrou Jezuz-Krist hag ouzh ar gelennadurezh a zo hervez an doujańs-Doue,

4  c'hwezet eo gant an ourgouilh, ne oar netra, met bez' en deus ar c'hleńved eus kudennoł ha tabutoł ar gerioł, ac'hane e teu ar c'hoant, an diroll, an diskred drouk, an diskredoł,

5  an tabutoł aner etre tud o deus o skiant breinet, dibourvez eus ar wirionez hag a gred ez eo an doujańs-Doue un andon a c'hounid. Pella diouzh an dud-se.

6  Ur gounid mat eo an doujańs-Doue gant ar gwalc'h,

7  rak n'hon eus degaset netra er bed hag eo sklaer na c'hellimp kas netra anezhań.

8  Gant ma c'hellimp kaout ar boued hag an dilhad, e vo a-walc'h deomp.

9  Met ar re a fell dezho bezań pinvidik a gouezh en temptadur, er pech hag e kalz a c'hoantoł diskiant ha fall a stlap an dud er revin hag er gollidigezh.

10  Rak karantez an arc'hant eo gwrizienn an holl drougoł. Hiniennoł o vezań dalc'het ganti, a zo en em zistroet diouzh ar feiz hag en em daolet o-unan er brasań poanioł.

Kemennadurioł diwezhań da Dimote

11  Met te, den Doue, tec'h diouzh an traoł-se ha klask ar reizhder, an doujańs-Doue, ar feiz, ar garantez, ar basianted, an douster.

12  Stourm ar stourm mat eus ar feiz, krog er vuhez peurbadus ez out bet galvet dezhi, hag ec'h eus graet eviti un anzavadenn gaer dirak kalz a destoł.

13  Aliań a ran dit dirak Doue a ro buhez d'an holl draoł ha dirak Jezuz-Krist a reas un anzavadenn gaer dirak Pońs-Pilat,

14  da virout ar gourc'hemenn disaotr ha divlam, betek donedigezh hon Aotrou Jezuz-Krist,

15  a dle diskouez en e amzer ar Mestr benniget nemetań, Roue ar rouaned hag Aotrou an aotrounez,

16  an hini a zo dezhań hepken an divarvelezh, a chom en ur sklźrijenn dreistdiraez, ne wel ket den ha ne c'hell ket den gwelout, a zo dezhań an enor hag ar galloud peurbadus! Amen.

17  Kemenn da re binvidik ar c'hantved-mań ma chomint hep bezań ourgouilhus hag hep lakaat o esperańs en argred ar pinvidigezhioł, met en Doue bev a ro deomp an holl draoł gant fonnusted evit ma laouenafemp ganto,

18  ma raint ar mad, ma vint pinvidik en oberoł mat, prest da reiń, da lodennań,

19  ha ma tastumint evel-se evit an amzer da zont un teńzor lec'hiet war un diazez start evit kaout ar vuhez peurbadus.

20  O Timote, mir ar pezh a zo bet fiziet ennout, oc'h en em virout diouzh ar c'homzoł aner ha disakr ha diouzh ar c'houiziegezh a zo galvet e gaou evel-se,

21  hiniennoł o vezań hec'h anzavet a zo en em zistroet diouzh ar feiz. Ar c'hras ra vo ganit! Amen.