LIZHER KENTAŃ YANN

 

Pennad 1

Ar Vuhez

1  Ar pezh a oa adalek ar penn-kentań, ar pezh hon eus klevet, ar pezh hon eus gwelet gant hon daoulagad, ar pezh hon eus sellet outań hag o deus hon daouarn stoket ennań diwar-benn ar Gomz a vuhez,

2  rak ar vuhez a zo en em ziskouezet, hag hon eus he gwelet, hag e roomp testeni diwar he fenn, hag e prezegomp deoc'h ar vuhez peurbadus a oa e-kichen an Tad hag a zo en em ziskouezet deomp,

3  ar pezh hon eus gwelet ha klevet, a zisklźriomp deoc'h, evit ma viot unanet ivez ganeomp; hor c'henunvaniezh a zo gant an Tad ha gant e Vab Jezuz-Krist.

4  Hag e skrivomp deoc'h an traoł-mań evit ma vo peurvat ho levenez.

Kerzhout er sklźrijenn, ar pec'hedoł pardonet, karantez an Tad

5  Kement-mań eo ar c'hemennad hon eus klevet digantań hag a roomp da anavezout deoc'h: Doue a zo sklźrijenn ha n'eus teńvalijenn ebet ennań.

6  Mar lavaromp ez omp e kenunvaniezh gantań, ha mar kerzhomp en deńvalijenn, e lavaromp gaou ha ne reomp ket hervez ar wirionez.

7  Met mar kerzhomp er sklźrijenn, evel ma'z emań e-unan er sklźrijenn, ez omp e kenunvaniezh an eil gant egile, ha gwad Jezuz-Krist e Vab hor glana a bep pec'hed.

8  Mar lavaromp n'hon eus ket a bec'hed, en em douellomp hon-unan, hag ar wirionez n'emań ket ennomp.

9  Mar anzavomp hor pec'hedoł, eń a zo feal ha reizh evit pardoniń deomp hor pec'hedoł, hag evit hor glanaat a bep direizhder.

10  Mar lavaromp n'hon eus ket pec'het, e lakaomp anezhań da c'haouiad hag e gomz n'emań ket ennomp.

 

Pennad 2

1  Va bugale vihan, skrivań a ran an traoł-mań deoc'h evit na bec'hot ket. Ha mar en deus pec'het unan bennak ac'hanoc'h, hon eus un Difenner e-kichen an Tad, Jezuz-Krist ar Reizh.

2  Eń eo un aberzh-dic'haouiń evit hor pec'hedoł, ha nann hepken evit hor re, met ivez evit re ar bed holl.

3  Dre gement-mań eo ec'h ouzomp hon eus e anavezet: mar miromp e c'hourc'hemennoł.

4  An hini a lavar: E anavezet em eus, ha na vir ket e c'hourc'hemennoł, a zo ur gaouiad, hag ar wirionez ne chom ket ennań.

5  Met evit an hini a vir e gomz, karantez Doue a zo e gwirionez peurvat ennań. Dre gement-se eo ec'h ouzomp emaomp ennań.

6  An hini a lavar ez eo o chom ennań, a zle ivez kerzhout evel m'en deus kerzhet eń e-unan.

7  Breudeur, ne skrivan ket deoc'h ur gourc'hemenn nevez, met ur gourc'hemenn kozh hoc'h eus bet adalek ar penn-kentań. Ar gourc'hemenn kozh-se eo ar gomz hoc'h eus klevet adalek ar penn-kentań.

8  Koulskoude e skrivan deoc'h ur gourc'hemenn nevez, ar pezh a zo gwir ennań hag ennoc'h, rak an deńvalijenn a dremen hag ar sklźrijenn wirion a lugern dija.

9  An hini a lavar emań er sklźrijenn hag a gasa e vreur, a zo c'hoazh bremań en deńvalijenn.

10  An hini a gar e vreur a zo o chom er sklźrijenn, ha n'eus netra ennań a c'hellfe bezań un abeg da gouezhań.

11  Met an hini a gasa e vreur a zo en deńvalijenn, hag e kerzh en deńvalijenn, ha ne oar ket da belec'h ez a, rak an deńvalijenn he deus dallet e zaoulagad.

12  Bugale vihan, skrivań a ran deoc'h dre ma'z eo pardonet ho pec'hedoł deoc'h abalamour d'e anv.

13  Tadoł, skrivań a ran deoc'h dre ma hoc'h eus anavezet an hini a zo adalek ar penn-kentań. Tud yaouank, skrivań a ran deoc'h dre ma hoc'h eus trec'het an hini drouk. Bugale vihan, skrivań a ran deoc'h dre ma hoc'h eus anavezet an Tad.

14  Tadoł, skrivet em eus deoc'h dre ma hoc'h eus anavezet an hini a zo adalek ar penn-kentań. Tud yaouank, skrivet em eus deoc'h dre ma'z oc'h kreńv, ha ma chom komz Doue ennoc'h, ha ma hoc'h eus trec'het an hini drouk.

15  Na garit ket ar bed nag an traoł a zo er bed. Mar kar unan bennak ar bed, karantez an Tad n'emań ket ennań,

16  rak kement a zo er bed, c'hoantegezh ar c'hig, c'hoantegezh an daoulagad, ha lorc'h ar vuhez, ne zeu ket eus an Tad met eus ar bed.

17  Hag e tremen ar bed gant e c'hoantegezh, met an hini a ra bolontez Doue a chom da viken.

An enepkristed

18  Bugale vihan, houmań eo an eur diwezhań, hag evel ma hoc'h eus klevet e teuio an enepkrist, bez' ez eus adalek bremań meur a enepkrist, ha dre gement-se eo e ouzomp eo deuet an eur diwezhań.

19  Aet int er-maez eus hon touez, met ne oant ket eus hor re-ni, rak ma vijent bet eus hor re-ni, e vijent chomet ganeomp. Met aet int er-maez evit ma vefe diskouezet ne oant ket holl eus hor re-ni.

20  C'hwi avat, hoc'h eus resevet un oleviadur a-berzh an hini a zo santel, hag ec'h anavezit pep tra.

21  Ne'm eus ket skrivet deoc'h dre ma n'anavezit ket ar wirionez, met dre ma'c'h anavezit anezhi, ha ma ne zeu gaou ebet eus ar wirionez.

22  Piv eo ar gaouiad, nemet an hini a nac'h eo Jezuz ar C'hrist? Hemań eo an enepkrist, an hini a nac'h an Tad hag ar Mab.

23  Kement hini a nac'h ar Mab n'en deus ket kennebeut an Tad, hag an hini a anzav ar Mab en deus ivez an Tad.

24  Ra chomo eta ennoc'h ar pezh hoc'h eus klevet adalek ar penn-kentań. Mar chom ennoc'h ar pezh hoc'h eus klevet adalek ar penn-kentań, c'hwi ivez a chomo er Mab hag en Tad.

25  Kement-mań eo ar bromesa en deus graet deomp: ar vuhez peurbadus.

26  Skrivet em eus deoc'h an traoł-se diwar-benn ar re a douell ac'hanoc'h.

27  Met an oleviadur hoc'h eus resevet digantań a chom ennoc'h ha n'hoc'h eus ket ezhomm e kelennfe den ac'hanoc'h. Hag evel ma tesk an oleviadur-se pep tra deoc'h, ma'z eo gwirion, ha ma n'eo ket ur gaou, e chomot ennań hervez ma'z eo bet desket deoc'h gantań.

Bugale Doue

28  Bremań eta bugale vihan, chomit ennań, evit m'hor bo fiziańs pa en em ziskouezo, ha ma ne vimp ket mezhek dirazań d'e zonedigezh.

29  Ma ouzoc'h ez eo reizh, anavezit penaos piv bennak a ra ar reizhder a zo ganet anezhań.

 

Pennad 3

1  Gwelit pebezh karantez en deus diskouezet an Tad en hor c'heńver, evit ma vefemp anvet bugale Doue! Evel-se ar bed n'anavez ket ac'hanomp, dre ma n'en deus ket anavezet anezhań.

2  Re garet-mat, bremań ez omp bugale Doue, met ar pezh a vimp n'eo ket bet c'hoazh disklźriet. Met anavezout a reomp penaos, pa en em ziskouezo, e vimp heńvel outań, dre ma welimp anezhań evel m'emań.

3  Piv bennak en deus an esperańs-se ennań en em c'hlana e-unan, evel m’eo-eń glan.

4  Piv bennak a bec'h a dorr ivez al lezenn, rak ar pec'hed a zo un dorridigezh eus al lezenn.

5  Gouzout a rit ez eo en em ziskouezet evit lemel hor pec'hedoł; ha n'eus ennań pec'hed ebet.

6  Piv bennak a chom ennań ne bec'h ket, piv bennak a bec'h n'en deus ket e welet ha n'en deus ket e anavezet.

7  Bugale vihan, arabat da zen touellań ac'hanoc'h: an hini a ra ar reizhder a zo reizh evel m’eo-eń reizh;

8  an hini a ra ar pec'hed a zo eus an diaoul, rak an diaoul a bec'h adalek ar penn-kentań. Hag evit distrujań oberoł an diaoul eo en em ziskouezet Mab Doue.

9  Piv bennak a zo ganet eus Doue ne ra ket ar pec'hed, dre ma chom hadenn Doue ennań, ha ne c'hell ket pec'hiń, dre ma'z eo ganet eus Doue.

10  E kement-mań e vez anavezet bugale Doue diouzh bugale an diaoul: piv bennak ne ra ket ar reizhder n'eo ket eus Doue, na kennebeut an hini na gar ket e vreur.

En em garit an eil egile

11  Rak kement-mań eo ar c'hemennad hoc'h eus klevet adalek ar penn-kentań: ma en em garfemp an eil egile,

12  ha ma ne vefemp ket heńvel ouzh Kain, a oa eus an droug, hag a lazhas e vreur. Hag evit pe abeg e lazhas anezhań? Dre ma oa fall e oberoł, ha ma oa reizh reoł e vreur.

13  Breudeur, na vezit ket souezhet e kasafe ar bed ac'hanoc'h.

14  Ni a oar ez omp tremenet eus ar marv d'ar vuhez, dre ma karomp ar vreudeur. An hini na gar ket e vreur a zo o chom er marv.

15  Piv bennak a gasa e vreur a zo ur muntrer, ha gouzout a rit n'eus muntrer ebet hag en devez ar vuhez peurbadus o chom ennań.

16  Dre gement-mań eo hon eus anavezet ar garantez: dre m'en deus roet e vuhez evidomp; ha ni ivez a zle reiń hor buhez evit ar vreudeur.

17  Mar en deus unan bennak madoł eus ar bed-mań, hag o welout e vreur en ezhomm, e serr outań e galon, penaos e chomfe karantez Doue ennań?

18  Va bugale vihan, na garomp ket gant komzoł ha gant an teod, met en oberoł hag e gwirionez.

19  Dre gement-se eo ec'h ouzomp ez omp eus ar wirionez, hag e sederaimp hor c'halonoł dirazań.

20  Rak mar kondaon hor c'halon ac'hanomp, Doue a zo brasoc'h eget hor c'halon hag a anavez an holl draoł.

21  Re garet-mat, ma ne gondaon ket hor c'halon ac'hanomp, hon eus surentez dirak Doue.

22  Ha petra bennak a c'houlennomp, en resevomp digantań, dre ma viromp e c'hourc'hemennoł ha ma reomp ar pezh a blij dezhań.

23  Ha kement-mań eo e c'hourc'hemenn: ma kredimp en anv e Vab Jezuz-Krist, ha ma en em garimp an eil egile, evel m'en deus gourc'hemennet deomp.

24  An hini a vir e c'hourc'hemennoł a chom ennań, hag eń a chom en den-se. Ha dre gement-mań eo ec'h ouzomp e chom ennomp: dre ar Spered en deus roet deomp.

 

Pennad 4

An diverzout speredoł

1  Re garet-mat, na gredit ket da bep spered, met amprouit ar speredoł evit gouzout hag int a zo a-berzh Doue, rak meur a fals-profed a zo deuet er bed.

2  Dre gement-mań, anavezit Spered Doue: pep spered a anzav ez eo deuet Jezuz-Krist er c'hig a zo eus Doue,

3  ha pep spered n'anzav ket ez eo deuet Jezuz-Krist er c'hig n'eo ket eus Doue, hini an enepkrist eo, hoc'h eus klevet lavarout emań o tont, hag a zo dija a-vremań er bed.

4  Bugale vihan, c'hwi a zo eus Doue ha trec'het hoc'h eus warno, rak an hini a zo ennoc'h a zo brasoc'h eget an hini a zo er bed.

5  Int a zo eus ar bed, setu perak e komzont hervez ar bed, hag ar bed a selaou anezho.

6  Ni a zo eus Doue, an hini a anavez Doue a selaou ac'hanomp, an hini n'eo ket eus Doue ne selaou ket ac'hanomp. Dre gement-se eo ec'h anavezomp spered ar wirionez ha spered an errol.

Dont a ra ar garantez eus Doue

7  Re garet-mat, en em garomp an eil egile, rak ar garantez a zeu eus Doue, ha piv bennak a gar a zo ganet eus Doue hag a anavez Doue.

8  An hini na gar ket n'en deus ket anavezet Doue, rak Doue a zo karantez.

9  E kement-mań eo bet diskouezet karantez Doue en hor c'heńver: kaset en deus Doue e Vab nemetań er bed evit ma vevimp drezań.

10  E kement-mań emań ar garantez: n'eo ket ni hon eus karet Doue, met eń eo an hini en deus hor c'haret, hag en deus kaset e Vab en aberzh-dic'haouiń evit hor pec'hedoł.

11  Re garet-mat, mar en deus Doue hor c'haret evel-se, e tleomp, ni ivez, en em garout an eil egile.

12  Den n'en deus biskoazh gwelet Doue. Mar en em garomp an eil egile, Doue a chom ennomp, hag e garantez a zo peurc'hraet ennomp.

13  Dre gement-mań eo ec'h ouzomp e chomomp ennań, hag eń ennomp: o vezań m'en deus roet deomp eus e Spered.

14  Ha ni hon eus gwelet, hag e testeniomp en deus an Tad kaset ar Mab da vezań Salver ar bed.

15  Piv bennak a anzavo ez eo Jezuz Mab Doue, Doue a chom ennań, hag eń e Doue.

16  Ha ni hon eus anavezet ar garantez en deus Doue evidomp ha kredet hon eus enni. Doue a zo karantez, hag an hini a chom er garantez a chom e Doue, ha Doue ennań.

17  Dre gement-se eo bet peurc'hraet ar garantez ennomp, evit m'hor bo fiziańs da zeiz ar varnedigezh, rak evel ma'z eo e-unan, evel-se ez omp ivez er bed-se.

18  Ne vez aon ebet er garantez, met ar garantez peurvat a gas an aon kuit, rak pa vez aon e vez ur c'hastiz; an hini en deus aon n'eo ket peurvat er garantez.

19  Ni a gar anezhań dre m'en deus hor c'haret da gentań.

20  Mar lavar unan bennak: Karout a ran Doue, hag e kasa e vreur, ur gaouiad eo. Rak an hini na gar ket e vreur emań ouzh e welout, penaos e c'hellfe karout Doue na wel ket?

21  Hag ar gourc'hemenn-mań hon eus bet digantań: an hini a gar Doue, ra garo ivez e vreur.

 

Pennad 5

Ar feiz e Jezuz

1  Piv bennak a gred ez eo Jezuz ar C'hrist a zo ganet eus Doue, ha piv bennak a gar an hini en deus e c'hanet, a gar ivez an hini a zo ganet anezhań.

2  Dre gement-mań eo ec'h ouzomp e karomp bugale Doue: o vezań ma karomp Doue, ha ma viromp e c'hourc'hemennoł.

3  Rak kement-mań eo karantez Doue: ma virimp e c'hourc'hemennoł. Hag e c'hourc'hemennoł n'int ket diaes.

4  Rak kement a zo ganet eus Doue a drec'h war ar bed, ha kement-mań eo ar gounid a drec'h war ar bed: hor feiz eo.

5  Piv eo an hini a drec'h war ar bed, nemet an hini a gred ez eo Jezuz Mab Doue?

6  Eń eo an hini a zo deuet dre an dour ha dre ar gwad, Jezuz-Krist, nann dre an dour hepken, met dre an dour ha dre ar gwad. Hag ar Spered eo a ro testeni a gement-se, rak ar Spered a zo ar wirionez.

7  Rak bez' ez eus tri a ro testeni en neńv, an Tad, ar Gomz hag ar Spered-Santel, hag an tri-se a zo unan.

8  Ha bez' ez eus tri hag a ro testeni war an douar, ar Spered, an dour hag ar gwad, hag an tri-se a zo a-unvan.

9  Mar resevomp testeni an dud, testeni Doue a zo brasoc'h, rak kement-mań eo testeni Doue, an testeni en deus roet diwar-benn e Vab;

10  an hini a gred e Mab Doue en deus an testeni-mań ennań e-unan; an hini na gred ket Doue a ra anezhań gaouiat, peogwir ne gred ket en testeni en deus roet Doue diwar-benn e Vab;

11  ha kement-mań eo an testeni: Doue en deus roet deomp ar vuhez peurbadus, hag ar vuhez-se a zo en e Vab.

12  An neb en deus ar Mab en deus ar vuhez, hag an neb n'en deus ket Mab Doue n'en deus ket ar vuhez.

13  Skrivet em eus deoc'h an traoł-se, deoc'h-c'hwi hag a gred en anv Mab Doue, evit ma ouiot hoc'h eus ar vuhez peurbadus, hag evit ma kredot en anv Mab Doue.

14  Kement-mań eo ar fiziańs hon eus ennań: mar goulennomp un dra bennak hervez e youl, e selaou ac'hanomp.

15  Ha mar gouezomp e selaou ac'hanomp, petra bennak a vefe an dra a c'houlennomp, ec'h ouzomp hon eus dija ar pezh hon eus goulennet digantań.

16  Mar gwel unan bennak e vreur o pec'hiń eus ur pec'hed na gas ket d'ar marv, ra bedo, hag e roio ar vuhez d'ar re na reont ket ur pec'hed a gas d'ar marv. Bez' ez eus ur pec'hed a gas d'ar marv, ne lavaran ket pediń evit ar pec'hed-se.

17  Pep direizhder a zo ur pec'hed, met ez eus pec'hedoł na gasont ket d'ar marv.

18  Gouzout a reomp ne bec'h ket piv bennak a zo ganet eus Doue; met an hini a zo ganet eus Doue en em vir e-unan, hag an droug ne stok ket ennań.

19  Gouzout a reomp ez omp eus Doue, hag emań ar bed holl beuzet en droug.

20  Ha gouzout a reomp ez eo deuet Mab Doue, hag en deus roet deomp meiz evit anavezout an Hini gwirion, hag emaomp en Hini gwirion-se, en e Vab Jezuz-Krist. Eń eo an Doue gwirion hag ar vuhez peurbadus.

21  Bugale vihan, diwallit diouzh an idoloł! Amen.