EIL LIZHER PAOL D'AR

GORINTIZ

 

Pennad 1

1  Paol, abostol Jezuz-Krist dre volontez Doue, hag ar breur Timote, da Iliz Doue a zo e Korint ha d'an holl sent a zo en Akaia a-bezh:

2  Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!

Doue a frealz ac'hanomp

3  Benniget ra vo Doue Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, Tad an trugarezioł hag an Doue a bep frealz,

4  hor frealziń a ra en hon holl c'hlac'haroł, evit ma c'hellimp frealziń ar re holl a zo en ur glac'har bennak dre ar frealz a resevomp hon-unan digant Doue.

5  Rak evel ma fonn poanioł Krist ennomp, evel-se hor frealz a fonn dre Grist.

6  Pa'z omp glac'haret, ez eo evit ho frealz hag ho silvidigezh, a zo kaset da benn dre ar basianted da c'houzańv an hevelep poanioł hag ar re a c'houzańvomp ni ivez. Pa'z omp frealzet, ez eo evit ho frealz hag ho silvidigezh.

7  Hag an esperańs hon eus en ho keńver a zo start, oc'h anavezout penaos pa hoc'h eus lod er poanioł, ho po ivez lod er frealz.

8  Rak, breudeur, ne fell ket deomp n'oufec'h ket diwar-benn ar glac'har a zo deuet deomp en Azia, penaos omp bet gwall vec'hiet, dreist hon nerzh, en hevelep doare m'hon doa zoken kollet an esper da zerc'hel hor buhez.

9  Hag en em sellemp hon-unan evel tud kondaonet d'ar marv, evit na lakajemp ket hor fiziańs ennomp hon-unan, met e Doue a adsav a varv.

10  Eń eo en deus hon dieubet hag hon dieub eus ur seurt marv, hag hon eus an esper-mań e tieubo ac'hanomp c'hoazh.

11  Sikouret omp ivez ganeoc'h dre ho pedennoł evidomp, evit ma teuio ar c'hras hon eus resevet dre meur a hini da vezań anavezet dre an trugarez a raio meur a hini diwar hor penn.

Paol a gemm e raktres

12  Rak ar pezh a ra hor gloar eo en testeni-mań eus hor c'houstiańs penaos omp en em renet er bed, ha dreist-holl en ho keńver, gant eeunder ha gwirionded dirak Doue, nann gant ur furnez kigel, met gant gras Doue.

13  Rak ne skrivomp deoc'h netra all nemet ar pezh a lennit hag ivez a anzavit. Esperout a ran en anzavot betek an diwezh,

14  evel ma hoc'h eus ivez anzavet un tamm ez omp ho kloar, hag evel ma viot ivez hon hini e deiz an Aotrou Jezuz.

15  Er fiziańs-se eo e c'hoantaen da gentań mont d'ho kavout evit m'ho pije un eil gras,

16  neuze tremen eus ho pro e Makedonia, ha goude eus Makedonia distreiń d'ho kavout, ha bezań ambrouget ganeoc'h e Judea.

17  Met hag em eus graet dre skańvadurezh pa em eus sońjet kement-se, pe ar pezh a sońjan, bez' eo hervez ar c'hig en hevelep doare ma vez ennon ar "ya, ya" hag an "nann, nann"?

18  Met Doue a zo feal, hag ar ger hoc'h eus resevet diganeomp n'eo ket bet "ya" ha "nann".

19  Rak Jezuz-Krist, Mab Doue, an hini a zo bet prezeget deoc'h ganeomp, ganin-me, gant Silvan, gant Timote, n'eo ket bet "ya" ha "nann", met bet eo "ya" ennań.

20  Holl bromesaoł Doue a zo "ya" ennań hag "Amen" ennań, evit gloar Doue drezomp.

21  An hini en deus hon nerzhet ganeoc'h e Krist hag en deus hon olevet eo Doue,

22  en deus hor siellet hag en deus roet deomp en hor c'halonoł arrez ar Spered.

23  Ha kemer a ran Doue da dest war va ene, penaos evit hoc'h espern eo n'on ket aet c'hoazh da Gorint,

24  n'eo ket e renomp war ho feiz, met e kenlabouromp d'ho levenez. Rak e chomit start dre ar feiz.

 

Pennad 2

1  Divizet em boa eta ennon va-unan na zistrojen ket d'ho kavout en dristidigezh.

2  Rak mar glac'haran ac'hanoc'h, piv a laouenaio ac'hanon, nemet an hini a vo bet glac'haret ganin?

3  Kement-se am eus skrivet deoc'h evit na'm bo ket a dristidigezh pa vin erruet digant ar re a dlefe reiń levenez din, rak ar fiziańs-mań am eus ennoc'h holl penaos e rit holl ho levenez eus va hini.

4  Rak skrivet em eus deoc'h en ur glac'har bras, va c'halon leun a enkrez ha gant kalz a zaeroł, ha ne oa ket evit ho klac'hariń met evit reiń da anavezout deoc'h ar garantez vras am eus evidoc'h.

Ar pec'her a zo pardonet

5  Mar en deus graet unan bennak lec'h d'an dristidigezh, n'eo ket me hepken en deus glac'haret met c'hwi holl, da vihanań evit lod, evit na lavarfen ket re.

6  A-walc'h eo d'un hevelep den bezań bet kastizet gant an niver brasań,

7  en hevelep doare ma tleit pardoniń dezhań hag e frealziń, gant aon na vefe bec'hiet gant un dristidigezh re vras.

8  Dre-se ho pedan da ziskouez dezhań ho karantez.

9  Rak abalamour da gement-se eo ivez em eus skrivet deoc'h, evit anavezout, en ur amprouiń ac'hanoc'h, hag oc'h sentus en holl draoł.

10  D'an hini eta a bardonit, e pardonan ivez dezhań, hag evidon ar pezh am eus pardonet, mar em eus pardonet un dra bennak, eo abalamour deoc'h dirak Krist,

11  evit ma n'en devo ket Satan ar gounid warnomp, rak n'omp ket hep anavezout e sońjoł.

Ministrerezh ha gloar an Emglev Nevez

12  Pa'z on deuet da Droaz evit Aviel Krist, petra bennak m'en doa an Aotrou digoret un nor din,

13  ne'm eus ket bet va spered en diskuizh, abalamour ne'm boa ket kavet va breur Tit. O vezań kimiadet diouto, on aet e Makedonia.

14  Grasoł ra vo roet da Zoue, dre ma laka ac'hanomp atav da drec'hiń e Krist hag e skuilh drezomp c'hwezh-vat e anaoudegezh e pep lec'h.

15  Rak ni a zo c'hwezh-vat Krist dirak Doue, evit ar re a zo salvet hag evit ar re a zo kollet,

16  d'ar re-mań ur c'hwezh a varv o reiń ar marv, ha d'ar re-se all ur c'hwezh a vuhez o reiń ar vuhez. Ha piv a zo barrek evit an traoł-se?

17  Rak ne falsomp ket ger Doue evel ma henn gra kalz, met e komzomp evel gant gwirionded, evel a-berzh Doue, e Krist, dirak Doue.

 

Pennad 3

1  Hag en em lakaat a reomp a-nevez d'en em veuliń hon-unan pe ezhomm hon eus, evel hiniennoł, eus lizhiri-erbediń evidoc'h pe eus ho perzh?

2  C'hwi eo hol lizher, skrivet en hor c'halonoł, anavezet ha lennet gant an holl dud.

3  Anat mat eo penaos ez oc'h ul lizher eus Krist, ministret ganeomp, skrivet nann gant liv met gant Spered an Doue bev, nann war daolennoł maen met war daolennoł kig, war re ar galon.

4  Dre Grist eo hon eus un hevelep fiziańs dirak Doue.

5  N'eo ket e vefemp barrek ac'hanomp hon-unan da sońjal un dra bennak evel pa deufe ac'hanomp, met hor galloud a zeu eus Doue.

6  Hol lakaet en deus barrek da vezań servijerien eus un emglev nevez, nann eus al lizherenn met eus ar Spered, rak al lizherenn a lazh met ar Spered a ro ar vuhez.

7  Hogen ar ministrerezh a varv, hini al lizherennoł engravet war vein, a zo bet ken glorius ma ne c'helle ket mibien Israel sellout start ouzh dremm Moizez, abalamour da c'hloar e zremm, petra bennak ma tlee tremen,

8  pegement ministrerezh ar Spered ne vo ket gloriusoc'h?

9  Mar d-eo bet ministrerezh ar gondaonidigezh glorius, ministrerezh ar reizhder a fonn kalz muioc'h e gloar.

10  Ha mar d-eo bet glorius ar pezh kentań, ne oa ket evit gwir abalamour da c'hloar dispar an eilvet.

11  Rak mar d-eo bet glorius ar pezh a dlee echuiń, ar pezh a dle chom a zo kalz gloriusoc'h.

12  O kaout eta un hevelep esperańs, en em renomp gant ul librentez vras,

13  ha ne reomp ket evel Moizez, a lakae ur ouel war e zremm evit na sellje ket start mibien Israel ouzh an diwezh eus ar pezh a dlee mont da netra.

14  Met o c'hlevidigezhioł a zo bet kaledet betek vremań. Rak hiziv c'hoazh an hevelep gouel-se a chom pa vez lennet an Testamant Kozh, hep bezań savet rak n'eo lamet nemet e Krist.

15  Hiziv c'hoazh, pa lenner Moizez, ur ouel a zo taolet war o c'halon,

16  met pa en em zistroont ouzh an Aotrou, ar ouel a zo lamet.

17  Rak an Aotrou eo ar Spered, hag e-lec'h ma'z emań Spered an Aotrou, eno emań al librentez.

18  Ni holl, dioueliet hon dremm, a sell evel en ur melezour ouzh gloar an Aotrou, hag e teuomp da vezań heńvel ouzh an hevelep skeudenn eus ur gloar en ur gloar all gant an Aotrou, ar Spered.

 

Pennad 4

Un teńzor e listri douar

1  Dre-se, o kaout ar ministrerezh-mań hervez an drugarez a zo bet graet deomp, ne gollomp ket kalon.

2  Taolet hon eus kuit an traoł mezhus a guzher, o tremen hep bevań dre droidell hag hep falsań ger Doue, hag en em erbedomp hon-unan da bep koustiańs den dirak daoulagad Doue en ur ziskuliań ar wirionez.

3  Mar d-eo hon Aviel kuzhet, ez eo kuzhet evit ar re a ya da goll,

4  evit ar re ziskredik a zo bet dallet o c'hlevidigezh gant doue ar c'hantved-mań, evit na vefent ket sklźrijennet gant ar gouloł eus Aviel glorius Krist, eń hag a zo skeudenn Doue.

5  Ne brezegomp ket ac'hanomp hon-unan, met Krist Jezuz evel an Aotrou, hag ez omp ho servijerien abalamour da Jezuz.

6  Rak Doue, hag en deus lavaret: Ra sklźrijenno ar gouloł eus an deńvalijenn, a sklźrijenn hor c'halonoł evit lakaat anaoudegezh gloar Doue da lugerniń war dremm Jezuz-Krist.

7  Met an teńzor-se hon eus e listri douar evit ma vefe meurded ar galloud roet da Zoue ha nann deomp-ni.

8  Gwasket omp eus pep kostez met n'omp ket kaset da netra, ankeniet omp met n'omp ket hep esperańs,

9  heskinet omp met n'omp ket dilezet, diskaret omp met n'omp ket distrujet,

10  dougen a reomp atav en hor c'horf marv an Aotrou Jezuz, evit ma vo ivez buhez Jezuz diskuliet en hor c'horf.

11  Rak ni, ar re vev, a zo bepred roet d'ar marv abalamour da Jezuz, evit ma vo ivez buhez Jezuz diskuliet en hor c'hig marvel,

12  en hevelep doare ma labour ar marv ennomp hag ar vuhez ennoc'h.

13  Met hon eus an hevelep spered a feiz, hervez ma'z eo skrivet: Kredet em eus, setu perak em eus komzet. Ni ivez a gred ha setu perak e komzomp,

14  oc'h anavezout penaos an hini en deus savet an Aotrou Jezuz a varv a savo ac'hanomp ivez a varv dre Jezuz, hag a lakaio ac'hanomp d'en em ziskouez ganeoc'h.

15  Rak an holl draoł-se a zo evidoc'h, evit ma teuio ar c'hras-se, en ur greskiń, da fonnań ar pedennoł a drugarez eus kalz evit gloar Doue.

16  Dre-se ne gollomp ket kalon. Ha petra bennak en em zistruj hon den a-ziavaez, hon den a-ziabarzh en em nevesa a zeiz da zeiz.

17  Rak hor glac'har skańv eus an amzer a-vremań a ro ur pouez a c'hloar peurbadus ha meurbet gwelloc'h,

18  pa'z eo gwir na sellomp ket ouzh an traoł gwelus met ouzh an traoł diwelus. Rak an traoł gwelus n'int nemet evit un amzer, met ar re ziwelus a zo peurbadus.

 

Pennad 5

Hor chomlec'h neńvel

1  Gouzout a reomp a dra sur penaos mar d-eo distrujet hon tabernakl, hor chomlec'h douarel-mań, hon eus en neńvoł un ti a zo eus Doue, un ti peurbadus n'eo ket graet gant dorn an den.

2  Huanadiń a reomp eno, o c'hoantaat gant bervder gwiskań hor chomlec'h neńvel,

3  mar d-omp da vihanań kavet gwisket ha nann en noazh.

4  E-pad ma'z emaomp en tabernakl-mań, e huanadomp dindan ar bec'h, abalamour ma fell deomp, nann bezań diwisket, met bezań gwisket, evit ma vo ar pezh a zo marvel lonket gant ar vuhez.

5  Hag an hini en deus hor c'hrouet evit kement-se eo Doue, hag en deus roet deomp ivez arrez ar Spered.

6  Bez' omp eta bepred leun a fiziańs hag gouzout a reomp penaos e-keit ha ma chomomp er c'horf-mań emaomp pell diouzh an Aotrou,

7  rak kerzhout a reomp dre ar feiz ha nann dre ar gweled.

8  Bez' omp leun a fiziańs, hag e karomp gwelloc'h kuitaat ar c'horf-mań ha chom e-kichen an Aotrou.

9  Dre-se ivez e klaskomp bezań kavet plijus gantań, pe e chomfemp ennań pe ez afemp er-maez anezhań.

10  Rak ret eo deomp holl mont dirak lez-varn Krist, evit ma resevo pep hini hervez ar mad pe an droug en devo graet o vezań en e gorf.

Ministrerezh an adunvanidigezh

11  Oc'h anavezout eta an doujańs a dleer d'an Aotrou, e kendrec'homp an dud. Doue a anavez ac'hanomp hag ec'h esperan ec'h anavezit ivez ac'hanomp en ho koustiańsoł.

12  N'en em erbedomp ket a-nevez dirazoc'h, met reiń a reomp deoc'h lec'h da gavout gloar abalamour deomp, evit ma c'hellot respont d'ar re en em ro gloar en diavaez ha nann er galon.

13  Rak mar d-omp diskiant ez eo evit Doue, mar d-omp a skiant vat ez eo evidoc'h.

14  Karantez Krist a wask ac'hanomp, o vezań ma kredomp penaos mar d-eo unan hepken marvet evit an holl, an holl eta a zo marv.

15  Eń a zo marvet evit an holl, evit na vevo ken evito o-unan ar re a vev, met evit an hini a zo marvet hag adsavet a varv evito.

16  Dre-se n'anavezomp ken den hervez ar c'hig bremań. Ha zoken mar hon eus anavezet Krist hervez ar c'hig, bremań n'anavezomp ken anezhań en doare-se.

17  Ha ma'z emań unan bennak e Krist, hemań a zo ur grouadenn nevez. An traoł kozh a zo tremenet, setu, an holl draoł a zo deuet da vezań nevez.

18  An holl draoł-se a zeu eus Doue, en deus hon adunvanet gantań dre Jezuz-Krist hag en deus roet deomp ministrerezh an adunvanidigezh,

19  rak Doue a oa e Krist, oc'h adunvaniń ar bed gantań, hep kontań dezho o disentidigezh, hag o lakaat ennomp ar ger a adunvanidigezh.

20  Kannaded evit Krist emaomp eta, evel ma vefe Doue oc'h aspediń drezomp. Ho pediń a reomp start en anv Krist, bezit adunvanet gant Doue!

21  Rak lakaet eo bet gantań da vezań pec'hed abalamour deomp an hini n'en deus ket anavezet ar pec'hed, evit ma teuimp da vezań reizhder Doue ennań.

 

Pennad 6

Dalc'husted Paol en e vinistrerezh

1  Pa'z eo gwir eta e labouromp asambles, e pedomp start ac'hanoc'h na zegemerot ket gras Doue en aner,

2  rak eń a lavar: Da selaouet em eus en amzer dereat, da sikouret em eus e deiz ar silvidigezh. Setu bremań an amzer dereat, setu bremań deiz ar silvidigezh.

3  Ne roomp abeg ebet da gouezhań, e netra, evit na vo ket tamallet ar ministrerezh,

4  met en em ziskouez a reomp en holl draoł evel servijerien Doue, en un dalc'husted vras, er glac'haroł, er poanioł, en ankenioł,

5  er goulioł, er prizonioł, en dispac'hioł, el labourioł, er beilhoł, er yunoł,

6  er burentez, en anaoudegezh, er basianted, en douster, er Spered-Santel, en ur garantez gwirion,

7  er ger a wirionez, e galloud Doue, en armoł ar reizhder a zalc'her a-gleiz hag a-zehou,

8  e-kreiz ar gloar hag an dismegańs, e-kreiz ar vrud fall hag ar vrud vat, o vezań kemeret evel tromplerien ha ni gwirion koulskoude,

9  evel tud dianav ha ni anavezet mat koulskoude, evel marv ha setu e vevomp, evel kastizet ha nann lakaet d'ar marv,

10  evel glac'haret ha ni bepred laouen koulskoude, evel peorien hag o pinvidikaat meur a hini koulskoude, evel o kaout netra ha ni o perc'hennań an holl draoł koulskoude.

11  Hor genoł hon eus digoret evidoc'h, Korintiz, hor c'halon a zo en em ledanaet.

12  N'oc'h ket war enk ennomp, met emaoc'h war enk en ho kreizon hoc'h-unan.

13  Bremań en distro, komz a ran deoc'h evel da'm bugale, en em frankait hoc'h-unan ivez.

N'en em lakait ket dindan ur yev gant ar re zifeiz

14  N'en em lakait ket dindan un hevelep yev gant ar re zifeiz. Rak peseurt heńvelded a zo etre ar reizhder hag an direizhder, ha petra a zo kumun etre ar sklźrijenn hag an deńvalijenn?

15  Peseurt unvaniezh a zo etre Krist ha Belial? Peseurt lod en deus un den a feiz gant an hini difeiz?

16  Peseurt unvaniezh a zo etre templ Doue hag an idoloł? Rak c'hwi eo templ an Doue bev, evel m'en deus lavaret Doue: Chom a rin enno, hag e kerzhin en o zouez, me a vo o Doue hag int a vo va fobl.

17  Dre-se: Deuit er-maez eus o zouez ha dispartiit diganto, a lavar an Aotrou, na stokit ket ouzh ar pezh a zo dic'hlan, hag e tegemerin ac'hanoc'h.

18  Me a vo tad deoc'h hag e viot mibien ha merc'hed din, eme an Aotrou holl-c'halloudek.

 

Pennad 7

Tristidigezh hervez Doue

1  O kaout eta hevelep promesaoł, re garet-mat, en em c'hlanaomp eus pep hudurniezh eus ar c'hig hag eus ar spered o kas da benn hor santeladur e doujańs Doue.

2  Degemerit ac'hanomp, n'hon eus graet droug da zen, n'hon eus noazet da zen, n'hon eus graet hor mad eus den.

3  Ne lavaran ket kement-mań evit ho kondaoniń, rak dija em eus lavaret ez oc'h en hor c'halonoł evit mervel asambles hag evit bevań asambles.

4  Komz a ran ouzhoc'h gant kalz a hardizhegezh, ul lec'h mat am eus da dennań gloar ac'hanoc'h, leuniet on a frealz, karget on a levenez e-kreiz hon holl c'hlac'haroł.

5  Rak abaoe ma'z on deuet e Makedonia, hor c'hig n'en deus bet diskuizh ebet, met glac'haret omp bet e pep doare, dre stourmoł en diavaez hag aon en diabarzh.

6  Met Doue a frealz ar re a zo dinerzhet, hor frealzet en deus dre zonedigezh Tit,

7  ha n'eo ket hepken dre e zonedigezh, met ivez dre ar frealz en deus bet diganeoc'h, en ur reiń da anavezout deomp ho c'hoant bras, ho taeroł, ho kred evidon, en hevelep doare ma'z eo bet kresket va levenez.

8  Petra bennak ma em eus ho tristaet gant va lizher, ne'm eus ket keuz a gement-se, zoken mar em eus bet keuz a-se, rak gwelout a ran penaos al lizher-se en deus ho tristaet evit ur pennad amzer.

9  Bremań en em laouenaan, nann abalamour ma em eus tristaet ac'hanoc'h, met abalamour ma he deus ho tristidigezh ho kaset da gaout keuz, rak tristaet oc'h bet hervez Doue, en hevelep doare ma n'hoc'h eus bet koll ebet eus hor perzh.

10  Rak an dristidigezh hervez Doue a ro ur c'heuz a gas d'ar silvidigezh ha ne vo biken kerse anezhi, met tristidigezh ar bed a zegas ar marv.

11  Ha setu, an hevelep tristidigezh-se hervez Doue, nag a resevender n'he deus ket degaset ennoc'h, nag a zidamalloł, nag a vrouez, nag a zoujańs, nag a c'hoant, nag a gred, nag a gastiz! Diskouezet hoc'h eus e pep keńver ez oc'h glan en afer-se.

12  Evel-se pa em eus skrivet deoc'h, ne oa ket abalamour d'an hini en doa graet an droug nag abalamour d'an hini a oa bet graet dezhań, met evit reiń da anavezout deoc'h ar preder hon eus evidoc'h dirak Doue.

13  Dre-se ez omp bet frealzet dre ho frealz, met muioc'h c'hoazh ez omp bet laouenaet abalamour da levenez Tit, rak e spered a zo bet dinec'het ganeoc'h holl.

14  Mar em eus tennet gloar ac'hanoc'h dirazań en un dra bennak, ne'm eus ket bet mezh a-se, met evel ma hon eus lavaret an holl draoł gant gwirionez, ar pezh hon eus tennet gloar anezhań dirak Tit a zo en em gavet gwir.

15  E garantez evidoc'h a zeu da vezań c'hoazh brasoc'h pa en deus sońj eus sentidigezh pep hini ac'hanoc'h ha penaos hoc'h eus e zegemeret gant doujańs ha krenadenn.

16  En em laouenaat a ran abalamour ma em eus fiziańs ennoc'h en holl draoł.

 

Pennad 8

Dastum-arc'hant evit Iliz Jeruzalem

1  Ni a ro da anavezout deoc'h, breudeur, ar c'hras en deus roet Doue da Ilizoł Makedonia,

2  penaos, o vezań bet amprouet dre galz a c'hlac'haroł, e-kreiz puilhentez o levenez hag o brasań paourentez, o deus skuilhet gant fonnder madoł o largentez.

3  Rak testeniań a ran, roet o deus anezho o-unan, hervez o galloud, zoken en tu all d'o galloud,

4  o pediń ac'hanomp start da resev an aluzen-se ha da gemer o lodenn en ur servijań ar sent.

5  N'o deus ket zoken graet evel ma esperemp, met en em roet int da gentań d'an Aotrou, ha neuze deomp-ni dre volontez Doue,

6  en hevelep doare ma hon eus pedet Tit da echuiń an oberenn-mań a c'hras en ho touez, evel ma en doa kroget ganti.

7  Evel ma fonnit e pep tra, e feiz, e ger, en anaoudegezh, e gred a bep doare, e karantez evidomp, fonnit ivez en oberenn-mań a c'hras.

8  Ne lavaran ket kement-se evit reiń ur gourc'hemenn, met evit amprouiń dre c'hred ar re all gwirionded ho karantez.

9  Rak anavezout a rit gras an Aotrou Jezuz-Krist, hag eń pinvidik, a zo en em c'hraet paour evidoc'h, evit ma vefec'h rentet pinvidik dre e baourentez.

10  E kement-se e roan deoc'h un ali, hag e tere ouzhoc'h, c'hwi hag hoc'h eus nann hepken kroget gant an oberenn-se, met ivez hoc'h eus bet ar youl d'hec'h ober adalek ar bloaz tremenet.

11  Peurechuit eta bremań an oberenn-se, hag evel ma hoc'h eus diskouezet gred a vennad, kasit anezhi da benn ivez hervez ho kalloud.

12  Rak mar d-emań ar gred ganeoc'h, ez eo plijus hervez ar pezh a zo ha nann hervez ar pezh n'eus ket.

13  Evit gwir arabat eo deoc'h bezań re vec'hiet evit ma vo sikouret ar re all,

14  met ra vo ingalded etrezoc'h: ra zeuio ho fonnder da sikour en amzer a-vremań o faourentez evit ma teuio o fonnder ivez da sikour ho paourentez, en hevelep doare ma vo ingalded

15  hervez ma'z eo skrivet: An hini a zastumas kalz n'en deus ket bet muioc'h, hag an hini a zastumas nebeut n'en deus ket bet nebeutoc'h.

16  Grasoł ra vo rentet da Zoue rak lakaet en deus an hevelep gred evidoc'h e kalon Tit,

17  degemeret mat eo bet hon ali gantań, hag ez eo aet en hent d'ho kwelout gant muioc'h a hast hag a galon-vat.

18  Kaset hon eus gantań ar breur a zo skuilhet e veuleudi en holl Ilizoł er pezh a sell ouzh an Aviel,

19  hag ouzhpenn-se eo bet dibabet gant an Ilizoł evit dont ganeomp en hor beaj hag evit kas an aluzenoł a veromp evit gloar an Aotrou e-unan hag hervez ho kred.

20  Kemeret hon eus ar preder-se evit na c'hello den rebech ac'hanomp e-keńver mererezh an aluzenoł fonnus-se,

21  o klask ober ar pezh a zo mat, nann hepken dirak an Aotrou, met ivez dirak an dud.

22  Kaset hon eus ganto hor breur hon eus alies amprouet e c'hred e meur a wech, hag a ziskouezo anezhań muioc'h c'hoazh ar wech-mań abalamour d'ar fiziańs vras en deus ennoc'h.

23  Evel-se diwar-benn Tit, ez eo va c'henseurt ha va c'henlabourer en ho kounid; diwar-benn hor breudeur, ez int ar re gaset gant an Ilizoł ha gloar Krist.

24  Roit eta dezho, dirak an Ilizoł, prouennoł eus ho karantez hag eus al lec'h hon eus da dennań gloar ac'hanoc'h.

 

Pennad 9

1  N'eo ket ret din skrivań deoc'h diwar-benn ar servij e-keńver ar sent,

2  rak anavezout a ran ho kred hag e tennan gloar ac'hanoc'h diwar e benn dirak ar Vakedoniz, o vezań ma'z eo prest Akaia abaoe warlene. Ho kred en deus bountet an niver brasań.

3  Kaset em eus ar vreudeur evit na vo ket hor gloar ac'hanoc'h en aner e-keńver-se hag evit ma viot prest evel ma em eus lavaret,

4  gant aon, mar deufe Makedoniz ganin, na vefec'h ket kavet prest ha na drofe kement-se d'hor mezh, evit tremen hep lavarout d'hoc'h hini, war an dra-se hon eus tennet gloar anezhi.

5  Rett em eus kavet eta pediń ar vreudeur da vont a-raok d'ho kavout ha da echuiń da gempenn al largentez ho poa dija prometet, evit ma vo prest, nann evel frouezh ar bizhoni met evel ul largentez.

6  A-hend-all: An hini a had gant pizhoni a vedo gant pizhoni, hag an hini a had gant fonnder a vedo gant fonnder ivez.

7  Ra roio pep hini hervez ar pezh ma en deus sońjet en e galon, nann gant keuz na dre ret, rak Doue a gar an hini a ro gant levenez.

8  Ha Doue a zo galloudek evit ho leuniań a bep seurt grasoł, evit, pa ho po e pep amzer hag e pep tra kement a zo ret, ma kreskot en holl oberoł mat,

9  hervez ma'z eo skrivet: Skuilhet en deus, roet en deus d'ar beorien, e reizhder a chom da virviken.

10  Hogen an hini a ro an had d'an hader ha bara dezhań da zebriń, a roio deoc'h hag a gresko deoc'h an had, hag e lakaio da greskiń frouezh ho reizhder

11  evit ma viot pinvidikaet e pep doare ha ma c'hellot ober pep seurt largentez, a lakaio ac'hanomp da rentań trugarekadennoł da Zoue.

12  Rak servij ar prof-se a bourvez da ezhommoł ar sent, hag ouzhpenn c'hoazh eo leun a drugarekadennoł a vo rentet da Zoue gant meur a hini.

13  Reiń a raint eta gloar da Zoue evit ar sentidigezh a ziskouezoc'h e-keńver Aviel Krist dre brouenn ar sikour-se hag evit gwirionded ho tonezon en o c'heńver hag e-keńver an holl.

14  Pediń a reont evidoc'h, o karout ac'hanoc'h kalz abalamour d'ar c'hras c'hwek en deus graet Doue deoc'h.

15  Ra vo rentet trugarekadennoł da Zoue evit e zonezon dilavarus!

 

Pennad 10

Paol a zifenn e vinistrerezh

1  Me Paol, a bed ac'hanoc'h, dre zouster ha madelezh Krist, me hag a zo uvel dirazoc'h met leun a hardizhegezh en ho keńver pa'z on pell diouzhoc'h,

2  pediń a ran ac'hanoc'h na vo ket ret din, pa vin ganeoc'h, implijout gant fiziańs an hardizhegezh-se am eus sońj d'ober ganti a-enep hiniennoł a sell ouzhimp evel pa gerzhfemp hervez ar c'hig.

3  Rak petra bennak ma kerzhomp er c'hig, ne stourmomp ket hervez ar c'hig.

4  Rak hon armoł a vrezel n'int ket kigel, met galloudek int dre Zoue evit diskar ar c'hreńvlec'hioł,

5  evit distrujań an arguzennoł ha pep uhelder en em sav a-enep anaoudegezh Doue, hag evit degas pep sońj dalc'het da sentidigezh ouzh Krist,

6  ha prest omp da gastizań pep disentidigezh, pa vo peurglok ho sentidigezh.

7  Sellout a rit ouzh an diavaez. Mar d-eus unan bennak hag a gred ennań e-unan ez eo da Grist, ra gredo eta ivez ennań e-unan penaos, evel ma'z eo-eń da Grist, ni ivez a zo da Grist.

8  Pa dennfen gloar muioc'h c'hoazh eus ar galloud en deus an Aotrou roet deomp evit kenteliań ha nann evit ho tistrujań, ne'm bo mezh ebet a gement-se,

9  evit na vo ket kredet e fellfe din ober aon deoc'h dre va lizheroł.

10  Rak, eme an dud, e lizheroł a zo garv ha nerzhus, met pa vez amań, e zoare a zo dinerzh hag e gomz a zo dispriz.

11  Ra anavezo an hini a gomz evel-se penaos evel ma'z omp en hor gerioł en hol lizheroł o vezań pell diouzhoc'h, evel-se ivez ez omp en hon oberoł o vezań dirazoc'h.

12  Ne gredomp ket en em heńvelaat pe en em geńveriań ouzh hiniennoł e-touez ar re en em veul o-unan. Met oc'h en em vuzuliań o-unan drezo o-unan hag oc'h en em geńveriań o-unan outo o-unan, e tiskouezont n'o deus skiant ebet.

13  Met ne dennomp ket gloar en tu all d'ar pezh a zo dleet. Er c'hontrol e chomomp e-barzh ar muzul eus al lodenn en deus Doue roet deomp evit dont betek ennoc'h.

14  N'en em astennomp ket pelloc'h eget n'eo dleet, ar pezh a vefe ma ne vijemp ket deuet betek ennoc'h. Met gwir eo ez omp deuet betek ennoc'h gant Aviel Krist.

15  Ne dennomp ket gloar en tu all d'ar pezh a zo dleet, evel e labourioł ar re all, met esperout a reomp, pa vo kresket ho feiz, en em astennimp kalz pelloc'h en ur chom el lodenn a zo merket deomp,

16  hag e prezegimp an Aviel en tu all d'ho pro, hep tennań gloar eus ar pezh a zo dija bet graet e lodenn ar re all.

17  Met an hini en em ro gloar dezhań e-unan, ra en em roio gloar en Aotrou.

18  Rak n'eo ket an hini en em veul e-unan a vez aprouet, met an hini a zo meulet gant an Aotrou.

 

Pennad 11

Paol hag ar fals-ebestel

1  Plijus e vefe din hag e c'hellfec'h gouzańv un tamm va follentez; ya, me ho ped, gouzańvit ac'hanon.

2  Rak me a zo gwarizius ac'hanoc'h, gant ur warizi eus Doue, abalamour ma em eus unanet ac'hanoc'h da ur pried hepken, evit ho kinnig da Grist evel ur werc'hez c'hlan.

3  Met evel ma tromplas an naer Eva dre widre, aon am eus na zeufe ivez ho sońjoł d'en em vreinań diouzh an eeunder a zo e Krist.

4  Rak mar deufe unan bennak da brezeg deoc'h ur Jezuz all disheńvel diouzh an hini hon eus prezeget, pe mar resevfec'h ur Spered all disheńvel diouzh an hini hoc'h eus resevet, pe un Aviel all disheńvel diouzh an hini hoc'h eus degemeret, en gouzańvfec'h mat.

5  Met krediń a ran n'on bet e netra izeloc'h eget ar wellań ebestel.

6  Mar d-on evel un den izel e-keńver ar gomz, n'on ket e-keńver an anaoudegezh. En em roet hon eus da anavezout en ho touez e pep doare hag en holl draoł.

7  Ha graet em eus ur pec'hed oc'h en em izelaat va-unan evit ma vijec'h uhelaet, en ur brezeg deoc'h evit netra Aviel Doue?

8  Diwisket em eus Ilizoł all, o resev diganto ur gopr evit ho servijań.

9  Pa'z on bet en em gavet en ezhomm en ho touez, n'on bet ur bec'h da zen ebet, rak ar vreudeur deuet eus Makedonia o deus pourvezet d'ar pezh a vanke din. En holl draoł ez on en em ziwallet da vezań ur bec'h deoc'h hag en em virin.

10  Dre wirionez Krist a zo ennon, ne vo ket lamet diganin al lec'h a c'hloar-se e broioł eus Akaia.

11  Perak? Dre ma n'ho karan ket? Doue a oar.

12  Met e ran kement-se hag henn ober a rin c'hoazh evit lemel pep digarez digant ar re a glask an digarez da vezań kavet eveldomp en traoł a dennont gloar diouto.

13  Rak hevelep tud a zo fals-ebestel, labourerien tromplus dic'hizet en ebestel Krist.

14  Ha kement-se n'eo ket souezhus, rak Satan e-unan en em zic'hiz en un ael a sklźrijenn.

15  N'eo ket eta fromus en em zic'hizfe ivez e servijerien e servijerien ar reizhder, met o diwezh a vo hervez o oberoł.

16  Henn lavarout a ran c'hoazh, ra ne gemero den ac'hanon evel un den diskiant. Pe neuze, degemerit ac'hanon evel un den diskiant evit ma en em roin gloar un tamm ivez.

17  Ar pezh a lavaran, n'eo ket hervez an Aotrou, met evel dre follentez, gant ar fiziańs-se a gavan gloar ennań.

18  Pa en em ro gloar meur a hini hervez ar c'hig, me en em roio gloar ivez.

19  Rak e c'houzańvit a volontez vat ar re foll, c'hwi o vezań fur.

20  Mar deu unan bennak d'ho mestroniań, d'ho lonkań, da gregiń ennoc'h, mar en em uhela, pe mar sko ac'hanoc'h war ho tremm, e c'houzańvit anezhań.

21  Mezh am eus o lavarout-se, ni a zo bet dinerzh. Koulskoude, e komzan gant follentez, kement tra a c'hell unan all krediń ober, me a gred ivez henn ober.

22  Hag Hebreed int? Bez' on ivez. Hag Israeliz int? Bez' on ivez. Hag a lignez Abraham int? Bez' on ivez.

23  Ha ministred Krist int? Komz a ran gant follentez, bez' on muioc'h c'hoazh, kalz muioc'h el labourioł, kalz muioc'h er goulioł, muioc'h er prizonioł, alies e riskl ar marv,

24  pemp gwech em eus bet digant ar Yuzevien daou-ugent taol skourjez nemet unan,

25  teir gwech on bet pilet gant gwalinier, ur wech on bet meinataet, teir gwech em eus graet peńse, tremenet em eus un nozvezh hag un devezh en donder.

26  Alies on bet e beaj, e riskl war ar stźrioł, e riskl a-berzh al laeron, e riskl e-touez tud va fobl, e riskl e-touez ar baganed, e riskl er c'hźrioł, e riskl el lec'hioł distro, e riskl war vor, e riskl e-touez ar fals-breudeur,

27  er poanioł, el labourioł, er beilhadennoł alies, en naon, er sec'hed, alies er yunoł, er yenijenn, en noazhder.

28  Hag hep komz eus an traoł all, bemdez ez on gronnet gant prederioł an holl Ilizoł.

29  Piv a zo gwan, ha ne vefen ket gwan? Piv a zeu da gouezhań, ha ne vefen losket?

30  Mar d-eo ret en em reiń gloar, e tennin gloar eus va gwander.

31  An Doue ha Tad eus hon Aotrou Jezuz-Krist, benniget ra vo da virviken, a oar ne lavaran ket a c'hevier.

32  E Damask, gouarnour ar roue Aretaz en doa graet diwall kźr an Damaskenianed evit kregiń ennon,

33  met diskennet e oan en ur baner dre ur prenestr, a-hed ar voger, hag em eus tech'et diouzh o daouarn.

 

Pennad 12

Gweledigezhioł Paol

1  A dra-sur ne zere ket ouzhin en em reiń gloar, rak e teuin da gomz eus gweledigezhioł ha diskuliadurioł a-berzh an Aotrou.

2  Anavezout a ran un den e Krist a voe estlammet betek an trede neńv ouzhpenn pevarzek vloaz 'zo; pe e voe en e gorf, n'ouzon ket, pe e voe er-maez eus e gorf, n'ouzon ket, Doue a oar.

3  Gouzout a ran penaos an den-se, pe e voe en e gorf, n'ouzon ket, pe e voe er-maez eus e gorf, n'ouzon ket, Doue a oar,

4  a voe savet er baradoz, hag e klevas komzoł dilavarus ha ne c'hell ket an den o distagań.

5  Tennań a rin gloar eus an den-se, met ne dennin ket gloar ac'hanon va-unan, nemet eus va dinerzhded.

6  Ma fellfe din en em reiń gloar, ne vefen ket diskiant rak ne lavarfen nemet ar wirionez, met en em virout a ran evit na veulo den ac'hanon en tu all d'ar pezh a wel ennon pe d'ar pezh a glev diganin.

7  Ha gant aon n'en em c'hwezhfen re abalamour da vrasted dispar an diskuliadurioł-se, eo bet lakaet din em c'hig ur broud, un ael eus Satan, evit va c'hrabanata, evit n'en em uhelafen ket.

8  Teir gwech em eus pedet an Aotrou d'e bellaat diouzhin,

9  ha lavaret en deus din: Va gras a zo a-walc'h evidout, rak va galloud en em ziskouez en dinerzded. Tennań a rin gloar eta kentoc'h eus va dinerzhded, evit ma chomo galloud Krist ennon.

10  Dre-se, en em blijout a ran en dinerzhded, er dismegańsoł, en ezhommoł, en heskinoł, en ankenioł, evit anv Krist. Rak pa'z on dinerzh, neuze ez on kreńv.

Nec'hamant Paol

11  Foll on bet oc'h en em reiń gloar, c'hwi eo hoc'h eus va rediet da vezań. Rak ganeoc'h eo e tleen bezań meulet, dre ma n'on ket bet izeloc'h e netra eget ar re wellań eus an ebestel, petra bennak ma n'on netra.

12  Ar prouennoł eus va abostolerezh o deus lugernet en ho touez dre ur basianted leun, dre virakloł, burzhudoł hag oberoł a c'halloud.

13  Rak e petra oc'h bet disteroc'h eget an Ilizoł all, nemet en dra ma ne'm eus ket bec'hiet ac'hanoc'h? Pardonit din ar gwall-se.

14  Setu, evit an trede gwech on prest da vont d'ho kavout ha ne viot ket bec'hiet ganin, rak n'eo ket ho madoł a glaskan, c'hwi hoc'h-unan eo. Evit gwir, n'eo ket ar vugale a dle dastum evit an tadoł, met an tadoł evit ar vugale.

15  Me a zispigno a galon-vat hag en em zispigno c'hoazh va-unan evit hoc'h eneoł, petra bennak ma vin karet nebeutoc'h, o karout ac'hanoc'h gant kement a garantez.

16  Mat! Ne'm eus ket bec'hiet ac'hanoc'h, met o vezań un den troidellus, em eus ho kemeret dre ijin.

17  Ha tennet em eus un dra bennak diganeoc'h dre unan bennak eus ar re am eus kaset deoc'h?

18  Dibabet em eus Tit ha kaset em eus ur breur gantań. Hag en deus tennet Tit ur gounid bennak diganeoc'h? Ha n'hon eus ket kerzhet en hevelep spered, war an hevelep roudoł?

19  Ha krediń a rit e fell deomp adarre en em zidamall dirazoc'h? Komz a reomp dirak Doue e Krist, ha kement-se holl, re garet mat, evit ho kenteliań.

20  Rak aon am eus, pa'z in d'ho kavout, na gavin ket ac'hanoc'h evel ma fell din, ha na gavot ket ac'hanon evel ma fell deoc'h, na vo tabutoł, gwarizi, kasonioł, dirollerezh, droukkomzoł, falstamalloł, ourgouilh, trubuilhoł,

21  hag o tistreiń d'ho kavout, na rofe Doue din mezh en ho touez, na'm befe da ouelań war meur a hini eus ar re o deus pec'het diagent ha n'o deus ket bet keuz eus an dic'hlanded, eus an hudurniezh hag eus ar c'hadaliezh o deus graet.

 

Pennad 13

Alioł diwezhań ha saludoł da glozań

1  Setu an trede gwech ma'z an d'ho kavout. War gomz daou pe dri dest pep tra a vo peurglozet.

2  Lavaret em eus dija ha lavarout a ran a-ziagent, evel ma chomfen en ho touez evit an eil gwech petra bennak ma'z on bremań pell diouzhoc'h, e skrivan d'ar re o deus pec'het a-ziaraok ha d'an holl re all, penaos mar deuan adarre n'espernin hini anezho,

3  peogwir e klaskit ur brouenn emań Krist o komz drezon, eń ha n'eo ket dinerzh en ho keńver met a zo galloudek ennoc'h.

4  Rak, petra bennak ma'z eo bet staget ouzh ar groaz en dinerzhded, koulskoude ez eo bev dre c'halloud Doue. Ni ivez a zo dinerzh ennań, met bevań a raimp gantań dre c'halloud Doue en ho keńver.

5  En em eveshait hoc'h-unan da welout hag emaoc'h er feiz, en em amprouit hoc'h-unan. Ha n'anavezit ket hoc'h-unan penaos emań Jezuz-Krist ennoc'h? Nemet e vefec'h marteze diveulet.

6  Met esperout a ran ec'h anavezot penaos n'omp ket ni diveulet.

7  Met e pedan Doue na reot droug ebet, nann evit ma seblantfemp bezań kavet mat, met evit ma reot ar pezh a zo dereat d'ober, ha pa dlefemp bezań evel diveulet hon-unan.

8  Rak n'hon eus galloud ebet a-enep ar wirionez, met evit ar wirionez.

9  Levenez hon eus pa vezomp dinerzh gant ma viot kreńv. Hag ar pezh a c'houlennomp en hor pedennoł, eo ma teuot da vezań peurvat.

10  Setu perak e skrivan an traoł-mań o vezań ezvezant, evit pa vin bezant, na'm bo ket da vezań garv ganeoc'h, hervez ar galloud en deus an Aotrou roet din evit kenteliań ha nann evit distrujań.

11  A-hend-all, breudeur, en em laouenait, klaskit bezań peurvat, en em frealzit, bezit en un hevelep sońj, bevit e peoc'h, hag an Doue a garantez hag a beoc'h a vo ganeoc'h.

12  En em saludit an eil egile dre ur pok santel.

13  An holl sent a salud ac'hanoc'h.

14  Gras an Aotrou Jezuz-Krist, karantez Doue ha kenunvaniezh ar Spered-Santel ra vo ganeoc'h holl! Amen.