EIL LIZHER PŹR

 

Pennad 1

1  Simon-Pźr, servijer hag abostol Jezuz-Krist, d'ar re o deus bet da lod ur feiz eus an hevelep priz gant hon hini, dre reizhder Doue hag hor Salver Jezuz-Krist:

2  Ra vo kresket ar c'hras hag ar peoc'h ennoc'h dre anaoudegezh Doue hag hon Aotrou Jezuz!

E c'halloud doueel en deus roet deomp kement a sell ouzh ar vuhez

3  Rak e c'halloud doueel en deus roet deomp kement a sell ouzh ar vuhez hag ouzh doujańs-Doue, dre anaoudegezh an hini en deus hor galvet dre e c'hloar hag e vertuz.

4  Drezo eo bet roet deomp promesaoł bras-meurbet ha prizius, evit ma teuiot ganto da gemer perzh en natur Doue, o tec'hout diouzh ar breinadur a zo er bed en abeg d'an droukc'hoant.

5  E kement-se eta, lakait hoc'h holl aked evit unaniń asambles gant ho feiz ar vertuz, gant ar vertuz an anaoudegezh,

6  gant an anaoudegezh an emvestroni, gant an emvestroni ar basianted, gant ar basianted an doujańs-Doue,

7  gant an doujańs-Doue an hegarated a vreur, gant an hegarated a vreur ar garantez.

8  Rak ma en em gav an traoł-se ennoc'h ha mar fonnont, e reont n'emaoc'h na didalvez na difrouezh en anaoudegezh hon Aotrou Jezuz-Krist.

9  Met an hini n'emań ket an traoł-se ennań a zo dall, e weled a zo berr, hag ankounac'haet en deus eo bet glanaet eus e bec'hedoł tremenet.

10  Rak-se, breudeur, bezit muioc'h-muiań aketus da greńvaat ho kalvedigezh hag ho tibaberezh, rak en ur ober an traoł-se ne strebotot biken,

11  hag evel-se e vo digoret frank deoc'h an antre e-barzh rouantelezh peurbadus hon Aotrou ha Salver Jezuz-Krist.

Test eus splannder Krist

12  Setu perak ne vankin ket da zegas da sońj deoc'h dalc'hmat an traoł-se, petra bennak ma o anavezit ha ma'z oc'h kreńvaet er wirionez a zo ganeoc'h.

13  Rak krediń a ran ez eo reizh din, keit ha ma vin en tabernakl-mań, derc'hel ac'hanoc'h dihun dre alioł,

14  o c'houzout e kuitain prest va zabernakl, evel m'en deus an Aotrou Jezuz-Krist roet din da anavezout.

15  Met preder am bo d'ober ar pezh a zo ret evit ma c'hellot atav kaout sońj eus an traoł-se, goude ma vin aet kuit.

16  Rak n'eo ket en ur heuliań mojennoł savet gant ampartiz hon eus roet deoc'h da anavezout galloud ha donedigezh hon Aotrou Jezuz-Krist, met goude bezań gwelet e splannder gant hon daoulagad hon-unan.

17  Rak resevet en deus digant Doue an Tad enor ha gloar, pa voe kaset dezhań ar vouezh-mań eus ar c'hloar uhelań: Hemań eo va mab karet-mat, ennań em eus lakaet va holl levenez.

18  Ha klevet hon eus ar vouezh-se deuet eus an neńv, pa oamp asambles gantań war ar menez santel.

Profediezh ar Skritur

19  Bez' hon eus ivez komz start-meurbet ar brofeded. Mat e rit en em stagań outi, evel ouzh ul lamp o lugerniń en ul lec'h teńval betek ma sklaerio an deiz ha ma savo steredenn ar mintin en ho kalonoł,

20  en ur c'houzout da gentań kement-mań: profediezh ebet eus ar Skritur ne zeu eus santad an den e-unan,

21  rak ar brofediezh n'eo ket bet degaset gwechall dre volontez an den, met tud santel Doue o deus komzet renet gant ar Spered-Santel.

 

Pennad 2

Fals-kelennerien

1  Met evel ma'z eus bet fals-profeded e-touez ar bobl, bez' e vo ivez en ho touez fals-kelennerien a zegaso e-kuzh disrannoł a gollidigezh, hag en ur nac'hań ar Mestr en deus o dasprenet, e tennint warno o-unan ur gollidigezh a-daol-trumm.

2  Kalz a heulio o hentoł a gollidigezh, hag en abeg dezho e vo droukkomzet diwar-benn hent ar wirionez.

3  Dre zroukc'hoant e korvoint ac'hanoc'h gant komzoł touellus, met abaoe pell amzer ne ehan ket o c'hondaonidigezh da dostaat, hag o c'hollidigezh ne chom ket morgousket.

4  Rak ma n'en deus ket Doue espernet an aeled o doa pec'het, hag en deus o zaolet en donderioł staget gant chadennoł a deńvalijenn evit bezań dalc'het a-benn ar varn,

5  ma n'en deus ket espernet ar bed kozh, hag en deus diwallet Noe, an eizhvet, prezeger ar reizhder, hag en deus degaset al lińvadenn-veur war ur bed dizoue,

6  mar en deus kondaonet da vezań distrujet kźrioł Sodom ha Gomora en ur rentań anezho e ludu, evit o reiń da skouer d'ar re a vevje e dizoujańs-Doue,

7  ha mar en deus diwallet Lot, an hini reizh, a oa ankeniet gant kundu euzhus an dud fall-se,

8  rak an den reizh-se, pa a oa o chom en o zouez, en ur welout hag en ur glevout, a c'hlac'hare bemdez e ene reizh en abeg d'o oberoł fallakr,

9  an Aotrou a oar dieubiń eus an temptadur ar re a zouj anezhań, ha mirout ar re zireizh da vezań kastizet da zeiz ar varn,

10  dreist-holl ar re a gerzh hervez ar c'hig er c'hoantidigezh eus an hudurniezh, hag a zispriz ar vestroni. Rok hag hardizh, n'o deus ket aon da zismegańsiń ar gloarioł,

11  e-lec'h an aeled, petra bennak ma'z int brasoc'h e nerzh hag e galloud, ne zougont ket ur varnedigezh dismegańsus en o enep dirak an Aotrou.

12  Met ar re-mań, evel loened diskiant dre natur, ganet evit bezań paket ha distrujet, a zroukkomz eus ar pezh ne gomprenont ket, hag e vint distrujet en o breinadurezh o-unan,

13  o resev gopr o direizhder. Karout a reont bezań bemdez er plijadurioł; tud saotr hag hudur, e kemeront plijadur en o zouellerezh o-unan pa zebront asambles ganeoc'h.

14  O daoulagad a zo leun a avoultriezh, ne baouezont ket da bec'hiń, o klask tapout an eneoł n'int ket diazezet mat, o c'halon a zo roet d'an droukc'hoant, bugale a vallozh int.

15  O vezań kuitaet an hent eeun, en em gollet int o heuliań hent Balaam mab Beor, a garas gopr an direizhder,

16  met a voe tamallet evit e zrougiezh: un azenez vut, o komz gant mouezh un den, a enebas ouzh follentez ar profed.

17  Ar re-se a zo feunteunioł hep dour, koumoul kaset kuit gant un avel-dro, ha lakaet eo a-du evito dic'houloł an deńvalijenn da viken.

18  Rak en ur lavarout komzoł c'hwezhet gant fouge, e tennont dre zroukc'hoantoł ar c'hig ha dre an hudurniezh tud o doa e gwirionez tec'het diouzh ar re a vev en diroll,

19  o prometiń dezho al librentez, petra bennak ma'z int o-unan sklaved d'ar vreinadurezh, rak dont a ra pep hini da vezań sklav d'ar pezh a zo trec'h warnań.

20  Rak, goude bezań en em dennet eus hudurniezh ar bed dre anaoudegezh an Aotrou ha Salver Jezuz-Krist, mar deuont d'en em reiń a-nevez e-barzh ha da vezań trec'het, o stad diwezhań a vo gwashoc'h eget an hini kentań.

21  Rak gwelloc'h e vije bet dezho bezań chomet hep anavezout hent ar reizhder, eget anavezout anezhań ha distreiń diouzh ar gourc'hemenn santel a oa bet roet dezho.

22  Met c'hoarvezet eo bet ganto hervez ur c'hrennlavar gwir: Distroet eo ar c'hi d'ar pezh en doa distaolet, hag en em ruilhet eo ar wiz er fank goude bezań bet gwalc'het.

 

Pennad 3

Donedigezh an Aotrou

1  Re garet-mat, setu an eilvet lizher a skrivan deoc'h. En eil hag en egile e tihunan gant va alioł ho santimantoł glan,

2  evit m'ho po sońj eus ar gerioł a zo bet lavaret diaraok gant ar brofeded santel, hag eus ar gourc'hemenn hoc'h eus resevet diganeomp-ni, ebestel an Aotrou ha Salver.

3  Ret eo gouzout da gentań e teuio en deizioł diwezhań goapaerien a gerzho hervez o droukc'hoantoł o-unan,

4  hag a lavaro: Pelec'h emań promesa e zonedigezh? Rak abaoe ma kousk an tadoł, an holl draoł a zo chomet evel ma oant e penn-kentań ar grouidigezh.

5  Rak a-ratozh n'ouzont ket kement-mań: An neńvoł a voe a wechall-gozh dre gomz Doue, kenkoulz hag an douar tennet eus an dour hag o padout en dour,

6  ha dre gement-se e voe kollet ar bed eus an amzer-se, beuzet dindan an dour.

7  Met an neńv hag an douar a-vremań a zo miret dre an hevelep komz, lakaet a-du evit an tan da zeiz ar varn ha kollidigezh an dud na zoujont ket Doue.

8  Koulskoude re garet-mat, na dremenit ket hep anavezout un dra: Evit an Aotrou un devezh a zo evel mil bloaz, ha mil bloaz evel un devezh.

9  An Aotrou ne zaleo ket da gas da benn e bromesa, bez' ez eus lod a gred e tale, met diskouez a ra pasianted en hor c'heńver, dre ma ne fell ket dezhań ez afe den da goll, met ma teufe an holl d'ar geuzidigezh.

10  Ha deiz an Aotrou a zeuio evel ul laer en noz. En amzer-se an neńv a dremeno gant trouz bras, an elfennoł entanet a vo teuzet, an douar gant an oberoł a zo ennań a vo devet holl.

11  Pa zle an holl draoł-se eta bezań teuzet, peseurt tud ne zlefec'h ket bezań dre santelezh ho kundu ha dre ho toujańs-Doue,

12  o c'hortoz hag oc'h hastań donedigezh deiz Doue, ma tle ennań an neńv entanet bezań teuzet hag an elfennoł devet en em fontań?

13  Met hervez e bromesa, e c'hortozomp neńvoł nevez hag un douar nevez, e-lec'h ma vo ar reizhder o chom.

14  Setu perak, re garet-mat, o c'hortoz an traoł-se, en em nerzhit da vezań kavet er peoc'h, didarch ha didamall dirazań.

15  Kredit ez eo pasianted hir hon Aotrou ho silvidigezh, evel m'en deus skrivet deoc'h Paol hor breur karet-mat, hervez ar furnez a zo bet roet dezhań.

16  A-hend-all e ra evel-se en e holl lizhiri pa gomz enno eus an traoł-mań; bez' ez eus en o zouez krafoł diaes da gompren, a vez distreset, evel ar Skriturioł all, gant an dud diouiziek ha diasur, evit o c'holl o-unan.

17  C'hwi eta, re garet-mat, c'hwi a oar en a-raok, lakait evezh, gant aon na vefec'h hoalet c'hwi ivez gant touellerezh ar re ziroll, ha na zeufec'h da gouezhań eus ho started.

18  Met kreskit e gras hag en anaoudegezh hon Aotrou ha Salver Jezuz-Krist. Dezhań ra vo ar c'hloar, bremań hag evit ar beurbadelezh! Amen.