EIL LIZHER PAOL D'AN

DESALONIKIZ

 

Pennad 1

1  Paol, Silvan ha Timote, da Iliz an Desalonikiz a zo e Doue hon Tad hag en Aotrou Jezuz-Krist:

2  Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!

Trugarekadenn ha pedenn

3  Breudeur, ret eo deomp trugarekaat Doue dalc'hmat evidoc'h, evel ma'z eo dereat, abalamour ma kresk ho feiz muioc'h-muiań ha ma fonn ar garantez hoc'h eus an eil e-keńver egile,

4  en hevelep doare ma tennomp gloar ac'hanoc'h en Ilizoł Doue, abalamour d'ho pasianted ha d'ho feiz en hoc'h holl heskinoł hag er c'hlac'haroł a c'houzańvit,

5  ar pezh a zo ur brouenn eus ar varnedigezh reizh Doue, evit ma viot kontet dellezek eus rouantelezh Doue a c'houzańvit poan eviti.

6  Rak reizh eo dirak Doue ma rentfe ar glac'har d'ar re ho klac'har,

7  ha ma rofe deoc'h-c'hwi a zo glac'haret, an diskuizh ganeomp, pa en em ziskouezo an Aotrou Jezuz eus an neńv gant aeled e c'halloud, e-kreiz flammoł-tan,

8  evit tennań veńjańs eus ar re n'anavezont ket Doue ha na sentont ket ouzh Aviel hon Aotrou Jezuz-Krist.

9  Gouzańv a raint o c'hastiz, ur gollidigezh peurbadus pell diouzh dremm an Aotrou ha diouzh gloar e c'halloud,

10  pa zeuio en deiz-se evit resev gloar en e sent hag evit bezań gwelet gant boem e-touez ar re holl o devo kredet, rak kredet hoc'h eus d'an testeni hon eus douget deoc'h.

11  Dre-se ivez e pedomp dalc'hmat evidoc'h, evit ma kavo hon Doue ac'hanoc'h dellezek eus ho kalvidigezh ha ma peurc'hraio gant galloud holl sońjoł hegarat e vadelezh hag oberenn ar feiz,

12  ha ma vo roet gloar da anv hon Aotrou Jezuz-Krist ennoc'h, ha deoc'h ennań, hervez gras hon Doue hag an Aotrou Jezuz-Krist.

 

Pennad 2

Donedigezh an Aotrou hag emziskouez mab ar gollidigezh

1  Diwar-benn donedigezh Jezuz-Krist hag hon unaniezh gantań, e pedomp ac'hanoc'h, breudeur,

2  n'en em lezot ket da vezań brańsellet gant nebeut a dra en ho sońjoł, ha da vezań nec'het gant ur spered, gant ur ger pe gant ul lizher a vefe lavaret dont eus hor perzh, evel ma vefe aze dija deiz Krist.

3  Ra ne dromplo den ac'hanoc'h e doare ebet. Rak ret eo e c'hoarvez an dirollerezh da gentań hag en em ziskouez den ar pec'hed, mab ar gollidigezh,

4  an enebour a sav dreist kement a c'halver Doue pe a azeuler, betek azezań evel Doue e templ Doue, oc'h en em reiń e-unan evel Doue.

5  Ha n'hoc'h eus ket sońj em eus lavaret an traoł-se deoc'h pa oan c'hoazh ganeoc'h?

6  Bremań gouzout a rit petra a harz outań, evit ma n'en em ziskouezo nemet en e amzer.

7  Rak mister an direizhder a labour dija, o c'hortoz hepken ma vo aet kuit an hini a harz outań.

8  Ha neuze en em ziskouezo an hini fallakr, an hini a vo distrujet gant an Aotrou dre c'hwezh e c'henoł ha kaset da netra gant sked e zonedigezh.

9  Emziskouez an hini fallakr-se a c'hoarvezo dre oberenn Satan, gant pep seurt galloud, gant sinoł ha burzhudoł faos,

10  ha gant holl dromplerezh an direizhder e-touez ar re en em goll, abalamour ma n'o deus ket degemeret karantez ar wirionez evit bezań salvet.

11  Dre-se Doue a gaso dezho un nerzh a errol, evit ma kredint er gaou,

12  evit ma vo kondaonet ar re holl n'o deus ket kredet er wirionez met o deus kemeret plijadur en direizhder.

Dalc'hit start

13  Met e tleomp trugarekaat Doue dalc'hmat abalamour deoc'h, breudeur karet-mat gant an Aotrou, dre ma en deus Doue ho tibabet abaoe ar penn-kentań evit ar silvidigezh dre santeladur ar Spered ha dre ar feiz er wirionez.

14  Ho kalvet en deus da gement-se dre hon Aviel, evit ma vo ganeoc'h gloar hon Aotrou Jezuz-Krist.

15  Dre-se, breudeur, chomit start ha dalc'hit ar gelennadurezh hoc'h eus resevet dre gomz pe dre hol lizher.

16  Hon Aotrou Jezuz-Krist e-unan, ha Doue hon Tad en deus hor c'haret ha roet deomp dre e c'hras ur frealz peurbadus hag un esperańs vat,

17  ra frealzo ho kalonoł ha ra greńvaio ac'hanoc'h e pep ger mat hag e pep oberenn vat.

 

Pennad 3

1  A-hend-all, breudeur, pedit evidomp evit ma en em skuilho ger an Aotrou ha ma vo roet gloar dezhań evel ma'z eo en ho touez,

2  hag evit ma vimp dieubet eus an dud diroll ha fall, rak ar feiz n'emań ket gant pep hini.

3  An Aotrou a zo feal, eń ho kreńvaio hag ho tiwallo diouzh an droug.

4  Ar fiziańs-se hon eus en ho keńver en Aotrou, penaos e rit hag e reot an traoł a c'hourc'hemennomp deoc'h.

5  Ra zeuio an Aotrou da ren ho kalonoł da garantez Doue ha da basianted Krist.

Kemenn diwar-benn an dizurzh

6  Breudeur, gourc'hemenn a reomp deoc'h, en anv hon Aotrou Jezuz-Krist, da bellaat diouzh pep breur a vev en dizurzh ha nann hervez ar gelennadurezh hoc'h eus bet diganeomp.

7  Rak anavezout a rit hoc'h-unan penaos eo reizh evidoc'h heńvelout ouzhimp, ha n'hon eus ket bevet en ho touez en dizurzh.

8  N'hon eus debret bara den ebet evit netra, met omp bet er boan hag er skuizhder, o labourat noz-deiz evit na vijemp ket ur bec'h da hini ac'hanoc'h.

9  N'eo ket n'hor boa ket ar galloud d'henn ober, met e oa evit reiń deoc'h ennomp ur skouer da heuliań.

10  Evel-se pa edomp ganeoc'h, lavaret hon eus deoc'h sklaer penaos piv bennak na fell ket dezhań labourat na dle ket debriń kennebeut.

11  Koulskoude e klevomp penaos en ho touez e vev hiniennoł en dizurzh, hep labourat, met o koll o amzer e traoł didalvoud.

12  Ar re-se a bedomp hag a aliomp start dre hon Aotrou Jezuz-Krist, da labourat gant peoc'h evit debriń o bara o-unan.

13  Met c'hwi, breudeur, na skuizhit ket oc'h ober ar mad.

14  Ma ne sent ket unan bennak ouzh ar pezh a lavaromp dre al lizher-mań, notit eń ha na zarempredit ket anezhań evit m'en devo mezh.

15  Koulskoude na sellit ket outań evel ouzh un enebour, met kelennit anezhań evel ur breur.

Saludoł da glozań

16  Ra roio an Aotrou a beoc'h e-unan ar peoc'h deoc'h e pep amzer hag e pep doare! Ra vo an Aotrou ganeoc'h holl!

17  Me Paol, a salud ac'hanoc'h eus va dorn va-unan. Hennezh eo va sinadur em holl lizhiri, evel-se eo e skrivan.

18  Gras hon Aotrou Jezuz-Krist ra vo ganeoc'h holl! Amen.