EIL LIZHER PAOL DA

DIMOTE

 

Pennad 1

1  Paol, abostol Jezuz-Krist dre volontez Doue evit prezeg promesa ar vuhez a zo e Jezuz-Krist,

2  da Dimote, va mab karet-mat: Ar c'hras, an drugarez hag ar peoc'h ra vo roet dit a-berzh Doue hon Tad ha Jezuz-Krist hon Aotrou!

Timote broudet da enaouiń a-nevez donezon Doue

3  Trugarekaat a ran Doue, a servijan gant ur goustiańs c'hlan evel va hendadoł, rak noz ha deiz ne baouezan da gaout sońj ac'hanout em fedennoł,

4  o kaout eńvor eus da zaeroł hag o c'hoantaat gwelout ac'hanout evit bezań leuniet a levenez,

5  o virout ar sońj eus ar feiz gwirion a zo ennout, a zo bet da gentań en da vamm-gozh Loiz hag en da vamm Euniz, hag a zo ennout ivez, me a zo sur-mat.

6  Dre-se e tegasan sońj dit da enaouiń a-nevez donezon Doue a zo bet roet dit dre lakadur va daouarn.

7  Rak Doue n'en deus ket roet deomp ur spered a abafder, met ur spered a nerzh, a garantez hag a emvestroni.

8  Na'z pez ket mezh eta eus testeni hon Aotrou, nag ac'hanon e brizoniad, met gouzańv poan ganin evit an Aviel dre c'halloud Doue,

9  en deus hor salvet hag hor galvet dre ur c'halvedigezh santel, nann hervez hon oberoł, met hervez e ziviz e-unan hag hervez e c'hras a zo bet roet deomp e Jezuz-Krist a-raok an amzerioł peurbadus,

10  hag a zo bet bremań diskuliet dre zonedigezh hor Salver Jezuz-Krist, en deus distrujet ar marv ha lakaet er sklźrijenn ar vuhez hag an divarvelezh dre an Aviel,

11  ez on bet lakaet evitań da brezeger, da abostol ha da zoktor ar baganed.

12  Dre-se ivez eo e c'houzańvan an traoł-mań, met ne'm eus ket mezh rak gouzout a ran e piv em eus kredet, hag on asur penaos eo galloudek evit mirout ar pezh a zo bet fiziet ennon betek an deiz-se.

13  Dalc'h er feiz hag er garantez a zo e Jezuz-Krist ar skouer eus ar gerioł yac'h ac'h eus klevet diganin.

14  Mir ar pezh a zo bet fiziet ennout gant sikour ar Spered-Santel a chom ennomp.

15  Gouzout a rez penaos ar re holl a zo en Azia o deus dilezet ac'hanon, en o zouez emań Figel hag Hermogenez.

16  Ra raio an Aotrou trugarez da diegezh Onezifor, rak alies en deus va frealzet ha n'en deus ket bet mezh eus va chadennoł,

17  er c'hontrol, pa'z eo deuet da Rom, en deus va c'hlasket gant gred hag en deus va c'havet.

18  Ra roio an Aotrou dezhań kaout trugarez dirak an Aotrou en deiz-se. Gouzout a rez gwelloc'h eget den pegement eo bet talvoudus din en Efez.

 

Pennad 2

Ur gwir soudard da Jezuz-Krist

1  Te eta va mab, en em greńva er c'hras a zo e Jezuz-Krist.

2  An traoł ac'h eus klevet diganin dirak meur a dest, fizi anezho e tud feal a vo barrek da gelenn ivez ar re all.

3  Te eta, gouzańv ar poanioł evel ur gwir soudard da Jezuz-Krist.

4  Den ebet oc'h ober ar brezel n'en em laka e poan eus traoł ar vuhez, evit plijout d'an hini en deus enrollet anezhań,

5  ha mar gouren unan bennak en atleterezh, ne vo kurunet nemet gourenet en defe hervez ar reolennoł.

6  Ret eo d'al labourer-douar poaniań a-raok dastum ar frouezh.

7  Taol evezh ouzh ar pezh a lavaran, ra roio an Aotrou skiant dit e pep tra.

8  Az pez sońj eus Jezuz-Krist, adsavet a-douez ar re varv, deuet eus lignez David hervez va Aviel,

9  e c'houzańvan poan evitań betek bezań ereet evel un torfedour. Met ger Doue n'eo ket ereet.

10  Dre-se e c'houzańvan an holl draoł abalamour d'ar re zibabet, evit m'o devo ivez ar silvidigezh a zo e Jezuz-Krist gant ar gloar peurbadus.

11  Ar ger-mań a zo gwir: Mar d-omp marv gantań, e vevimp ivez gantań;

12  mar gouzańvomp gantań, e renimp ivez gantań; mar nac'homp anezhań, e nac'ho ivez ac'hanomp;

13  mar d-omp difeal, e chom feal, ne c'hell ket en em nac'h e-unan.

Ul labourer divlam

14  Degas dezho sońj eus an traoł-mań, o testeniań dirak Doue ma pellaer diouzh tabutoł ar gerioł, na servijont da netra nemet da goll ar re o selaou.

15  Bez aketus d'en em ziskouez dirak Doue evel amprouet, evel ul labourer divlam o lodennań gant eeunder ger ar wirionez.

16  Met pella diouzh ar c'homzoł disantel ha difrouezh, rak ar re o lavar a gouezh atav muioc'h en dizoujańs-Doue,

17  hag o gerioł a zebro evel ar brein-krign. En o zouez emań Himene ha Filet,

18  a zo en em bellaet diouzh ar wirionez en ur lavarout e vefe dija erruet an adsavidigezh a varv, hag e tiskaront feiz hiniennoł.

19  Koulskoude diazez start Doue a chom, o kaout ar siell-mań: An Aotrou a anavez ar re a zo dezhań, ha: Piv bennak a c'halvo anv Krist ra zilezo an direizhder.

20  En un ti bras n'eus ket hepken listri aour hag arc'hant, met ivez re goad ha re bri. Darn a zo evit un implij enorus, ha re all evit un implij dizenorus.

21  Mar en em vir eta unan bennak glan eus an traoł-se, e vo ul lestr a enor, santelaet, talvoudus d'e vestr, ha kempennet evit pep ober mat.

22  Tec'h diouzh gwallc'hoantoł ar yaouankiz; klask ar reizhder, ar feiz, ar garantez, ar peoc'h gant ar re a c'halv anv an Aotrou gant ur galon c'hlan.

23  Kas kuit ar c'haozioł foll ha difrouezh, o c'houzout penaos e tegasont tabutoł.

24  Arabat eo da servijer an Aotrou karout tabutoł, met ret eo dezhań bezań dous e-keńver an holl, mat da gelenn, habask,

25  o reizhań gant douster an enebourien, o c'hortoz ma roio Doue dezho ar geuzidigezh a zegaso anezho da anavezout ar wirionez,

26  ha ma'z aint kuit eus mezvadur pechoł an diaoul a zalc'h anezho ereet ha dindan e volontez.

 

Pennad 3

Dizoujańs Doue an devezhioł diwezhań

1  Ret eo dit gouzout e vo amzerioł diaes en devezhioł diwezhań.

2  Rak an dud en em garo o-unan, a garo an arc'hant, a vo fougeüs, otus, mallozherien, disent ouzh o zadoł hag o mammoł, dizanaoudek, disantel,

3  hep karantez naturel, didruez, droukkomzerien, diroll, garv, enebourien d'an dud vat,

4  treitour, taer, c'hwezhet a ourgouilh, a garo ar blijadur kentoc'h eget Doue,

5  o devo an diavaez a zoujańs-Doue met o devo dinac'het ar pezh a ra he nerzh. En em bella diouzh an dud-se.

6  En o zouez emań ar re a ya en tiez hag a c'hounit paour-kaezh merc'hed karget a bec'hedoł, hejet gant pep seurt youloł fall,

7  atav o teskiń hep gallout biken dont a-benn da anavezout ar wirionez.

8  Evel m'o deus Jannez ha Jambrez enebet ouzh Moizez, evel-se ivez ar re-mań a eneb ouzh ar wirionez, tud a skiant hudur ha kollet e-keńver ar feiz.

9  Met ne d-aint ket pelloc'h, rak o follentez a vo anavezet gant an holl evel ma voe ivez hini an daou-se.

Alioł Paol da Dimote

10  Evidout, heuliet ec'h eus va deskadurezh, va c'hundu, va menoz, va feiz, va fasianted, va c'harantez, va dalc'husted,

11  va heskinoł, va glac'haroł, evel ar re a zo erruet ganin en Antioch, en Ikoniom, e Listra. Pebezh heskinoł am eus gouzańvet! Hag an Aotrou en deus va dieubet anezho holl.

12  Ya, kement hini a fell dezhań bevań hervez an doujańs-Doue e Jezuz-Krist a vo heskinet.

13  Met an dud fall hag an douellerien a yelo en ur washaat, o touellań hag o vezań touellet.

14  Evidout, chom start en traoł ac'h eus desket hag anavezet evel asur, o c'houzout gant piv ec'h eus o desket.

15  Abaoe da vugaleaj ec'h anavezez ar Skriturioł Santel a c'hell da zeskiń evit ar silvidigezh dre ar feiz a zo e Jezuz-Krist.

16  An holl Skritur a zo awenet gant Doue ha mat da zeskiń, da gendrec'hiń, da zifaziań, da gelenn er reizhder,

17  evit ma vo an den a Zoue peurc'hraet ha prest da bep oberenn vat

 

Pennad 4

1  Da bediń start a ran eta dirak Doue ha dirak hon Aotrou Jezuz-Krist, a dle barn ar re vev hag ar re varv pa en em gavo e ziskouezidigezh hag e ren,

2  prezeg ar ger, dalc'h en amzer hag e-maez an amzer, kroz, gourdrouz, ali, gant pep pasianted hag en ur gelenn.

3  Rak dont a raio un amzer ma ne c'houzańvo ket an dud ar gelennadurezh yac'h, met, o c'hoantaat klevout traoł plijus, e tastumint doktored hervez o menozioł,

4  hag e serrint o divskouarn ouzh ar wirionez, oc'h en em dreiń etrezek mojennoł.

5  Met te, bez aketus en holl draoł, o c'houzańv ar glac'haroł, gra labour un avielour, seven da vinistrerezh en e bezh.

Paol a ziougan e varv

6  Rak me a ya da vezań aberzhet hag amzer va disparti a dosta.

7  Stourmet em eus ar stourm mat, echuet em eus ar redadenn, miret em eus ar feiz.

8  Diwar vremań ar gurunenn a reizhder a zo lakaet evidon a-du; an Aotrou, ar barner reizh, a roio anezhi din en deiz-se, ha nann hepken din-me met ivez d'ar re holl o devo karet e zonedigezh.

Alioł diwezhań ha saludoł da glozań

9  Dont dizale da'm c'havout,

10  rak Demaz en deus dilezet ac'hanon o vezań karet ar c'hantved-mań hag a zo aet da Desalonike, Kreseńs a zo aet e Galatia, Tit e Dalmatia.

11  Lukaz hepken a zo ganin. Kemer Mark hag e zegas ganit, rak talvoudus eo din evit ar ministrerezh.

12  Kaset em eus Tichik da Efez.

13  Pa zeui, degas ar vantell am eus lezet e Troaz e ti Karpuz, hag al levrioł ivez, dreist-holl ar skridoł-parch.

14  Aleksandr, an hini a labour ar c'houevr, en deus graet kalz a zroug din. An Aotrou a rento dezhań hervez e oberoł.

15  En em ziwall ivez outań rak gwall stourmet en deus ouzh hor gerioł.

16  Em c'hentań difenn, den n'en deus va sikouret met holl o deus va dilezet. Ra ne vo ket kement-se kontet dezho.

17  Met an Aotrou a zo en em zalc'het tost din hag en deus va c'hreńvaet, ken ma em eus prezeget gant nerzh hag an holl baganed o deus klevet. Ha dieubet on bet eus genoł al leon.

18  An Aotrou am dieubo eus pep ober drouk hag a saveteo ac'hanon evit e rouantelezh neńvel. Dezhań ra vo ar gloar e kantvedoł ar c'hantvedoł! Amen.

19  Salud Priska hag Akilaz, ha tiegezh Onezifor.

20  Erast a zo chomet e Korint hag em eus lezet Trofim klańv e Milet.

21  Hast buan, dont a-raok ar goańv. Eubuluz, Pudens, Linuz, Klaodia hag an holl vreudeur a salud ac'hanout.

22  Ra vo an Aotrou Jezuz-Krist gant da spered! Ar c'hras ra vo ganeoc'h! Amen.