EIL LIZHER

YANN

 

1  An henaour, d'an Itron dibabet ha d'he bugale, a garan er wirionez, ha nann me va-unan met ar re holl o deus anavezet ar wirionez,

2  abalamour d'ar wirionez a chom ennomp hag a vo ganeomp evit ar beurbadelezh:

3  Ra vo ganeoc'h ar c'hras, an drugarez hag ar peoc'h, a-berzh Doue an Tad hag a-berzh an Aotrou Jezuz-Krist, Mab an Tad, er wirionez hag er garantez!

Ar wirionez hag ar garantez

4  En em laouenaet bras on o vezań kavet meur a hini eus da vugale o kerzhout er wirionez, hervez ar gourc'hemenn hon eus resevet digant an Tad.

5  Ha bremań, Itron, e pedan ac'hanout, nann evel ma skrivfen dit ur gourc'hemenn nevez met an hini hon eus bet adalek ar penn-kentań, ma en em garimp an eil egile.

6  Ha amań emań ar garantez: ma kerzhimp hervez e c'hourc'hemennoł. Kement-se eo ar gourc'hemenn, evel ma hoc'h eus e glevet adalek ar penn-kentań evit ma kerzhot ennań.

An enepkrist

7  Rak meur a doueller a zo deuet e-barzh ar bed ha n'anzavont ket ez eo deuet Jezuz-Krist er c'hig. Hennezh eo an toueller hag an enepkrist.

8  Lakait evezh ouzhoc'h hoch'-unan, evit na gollimp ket ar frouezh eus hol labour, met ma resevimp ur gopr leun.

9  Piv bennak a dremen dreist ha ne chom ket e kelennadurezh Krist n'en deus ket Doue. An hini a chom e kelennadurezh Krist en deus an Tad hag ar Mab.

10  Mar deu unan bennak d'ho kavout ha ne zegas ket gantań ar gelennadurezh-se, na zegemerit ket anezhań en ho ti ha na saludit ket anezhań,

11  rak an hini a salud anezhań a gemer lod en e oberoł fall.

12  Petra bennak ma em eus kalz a draoł da skrivań deoc'h, ne fell ket din henn ober gant paper ha liv, met spi am eus ez in betek ennoc'h hag e komzimp genoł ouzh genoł, evit ma vo peurvat hol levenez.

13  Bugale da c'hoar dibabet, a salud ac'hanout! Amen.