TREDE LIZHER

YANN

 

Kerzhout er wirionez

1  An henaour, da C'haiuz ar c'haret-mat, a garan er wirionez.

2  Karet-mat, pediń a ran e vleugnfes e-keńver an holl draoł hag e vefes e yec'hed mat, evel ma'z emań da ene o vleuniań.

3  Laouenaet bras on bet p'o deus en em gavet amań breudeur hag o deus roet testeni eus ar wirionez a zo ennout hag eus an doare ma kerzhez er wirionez.

4  N'eus ket evidon ur brasoc'h levenez eget klevout penaos e kerzh va bugale er wirionez.

5  Karet-mat, ober a rez gant fealded ar pezh a gasez da benn evit ar vreudeur hag evit an estrańjourien,

6  roet o deus testeni eus da garantez dirak an Iliz. Mat a ri pourvezań d'o beaj en un doare dellezek a Zoue.

7  Rak aet int evit e anv, hep degemer netra digant ar baganed.

8  Dleout a reomp eta degemer hevelep tud, evit dont da vezań labourerien ganto evit ar wirionez.

9  Skrivet em eus d'an Iliz, met Diotrefez a gar bezań an hini kentań en o zouez, na zegemer ket ac'hanomp.

10  Dre-se, mar deuan, e tegasin sońj eus an oberoł a ra o terc'hel gwallgomzoł a-enep deomp. Ha pa ne vez ket a-walc'h kement-se, ne zegemer ket e-unan ar vreudeur, ha ne lez ket d'ober ar re a garfe o degemer hag e kas anezho kuit eus an Iliz.

11  Karet-mat, kemer skouer eus ar mad nann eus an droug. An hini a ra ar mad a zo eus Doue, met an hini a ra an droug n'en deus ket gwelet Doue.

12  An holl, hag ar wirionez hec'h-unan, a ro un testeni mat da Zemetriuz. Ni ivez a ro testeni dezhań, ha gouzout a rit ez eo hon testeni gwirion.

13  Kalz a draoł am befe da skrivań dit, met ne fell ket din henn ober gant liv ha gant ar bluenn,

14  rak spi am eus ez kwelin prest, hag e e komzimp genoł ouzh genoł. Ar peoc'h ra vo ganit! Ar vignoned a salud ac'hanout. Salud ar vignoned, pep hini dre e anv.