DISKULIADUR YANN

 

Pennad 1

Diskuliadur

1  Diskuliadur Jezuz-Krist, en deus resevet digant Doue evit diskouez d'e servijerien an traoł a zle c'hoarvezout dizale. O roet en deus da anavezout dre gas e ael da Yann e servijer,

2  en deus disklźriet komz Doue ha testeni Jezuz-Krist, ha kement en deus gwelet.

3  Eürus an hini a lenn hag ar re a selaou komzoł ar brofediezh-mań, hag a vir an traoł a zo skrivet enni, rak an amzer a zo tost.

D'ar seizh Iliz a zo en Azia

4  Yann, d'ar seizh Iliz a zo en Azia: Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh an hini a zo hag a oa hag a zeu, hag a-berzh ar seizh Spered a zo dirak e dron,

5  hag a-berzh Jezuz-Krist, an test feal, ar c'hentań-ganet a-douez ar re varv, ha Prińs rouaned an douar. D'an hini en deus hor c'haret, hor gwalc'het eus hor pec'hedoł dre e wad,

6  hag en deus graet ac'hanomp rouaned hag aberzhourien da Zoue e Dad, ra vo dezhań ar c'hloar hag ar galloud e kantvedoł ar c'hantvedoł! Amen.

7  Setu, dont a ra war ar c'hoabr, ha pep lagad a welo anezhań, ar re ivez o deus e doullet. Hag holl veuriadoł an douar a hirvoudo en abeg dezhań. Ya. Amen.

8  Me eo an Alfa hag an Omega, ar penn-kentań hag an diwezh, eme an Aotrou, an hini a zo hag a oa hag a zeu, an Holl-C'halloudeg.

Gweledigezh Mab an den

9  Me Yann, ho preur, am eus lod ganeoc'h en anken, er rouantelezh hag er c'hendalc'husted e Jezuz-Krist, edon en enezenn anvet Patmoz abalamour da gomz Doue hag abalamour da desteni Jezuz-Krist.

10  Bez' e voen savet er spered da zeiz an Aotrou, hag e klevis a-dreńv din ur vouezh kreńv evel hini un drompilh,

11  a lavare: Me eo an Alfa hag an Omega, ar c'hentań hag an diwezhań; ar pezh a welez, skriv-eń en ul levr, ha kas-eń d'ar seizh Iliz a zo en Azia, da Efez, da Smirna, da Bergam, da Diatira, da Sardiz, da Filadelfia ha da Laodikea.

12  Distreiń a ris da welout ar vouezh a gomze ouzhin. Pa voen troet, e welis seizh kantolor aour,

13  hag e-kreiz ar seizh kantolor, unan bennak heńvel ouzh mab an den, gwisket gant ur sae hir ha gourizet war e vruched gant ur gouriz aour.

14  E benn hag e vlev a oa gwenn evel gloan gwenn, evel an erc'h, e zaoulagad a oa evel ur flamm tan,

15  e dreid a oa heńvel ouzh arem fin-meurbet, evel ma vefent entanet en ur forn, e vouezh a oa evel ar vouezh eus kalz a zoureier.

16  En e zorn dehoł en doa seizh steredenn. Eus e c'henoł e teue ur c'hleze lemm a zaou droc'h, hag e zremm a lugerne evel an heol en e nerzh.

17  Pa welis anezhań, e kouezhis d'e dreid evel marv. Lakaat a reas e zorn dehoł warnon o lavarout din: Na'z pez ket aon! Me eo ar c'hentań hag an diwezhań,

18  an hini a zo bev. Bet on marv, ha setu ez on bev e kantvedoł ar c'hantvedoł. Amen. Me am eus alc'houezioł lec'h ar marv hag ar marv.

19  Skriv an traoł ac'h eus gwelet, hag an traoł a zo, hag an traoł a zle en em gavout goude-se.

20  Setu mister ar seizh steredenn ac'h eus gwelet em dorn dehoł hag ar seizh kantolor aour. Ar seizh steredenn a zo aeled ar seizh Iliz, ar seizh kantolor ac'h eus gwelet a zo ar seizh Iliz.

 

Pennad 2

Lizher da Iliz Efez

1  Skriv da ael Iliz Efez: Setu ar pezh a lavar an hini a zalc'h ar seizh steredenn en e zorn dehoł, an hini a gerzh e-kreiz ar seizh kantolor aour:

2  Anavezout a ran da oberoł, da labour ha da zalc'husted. Gouzout a ran penaos ne c'hellez ket gouzańv ar re zrouk, penaos ec'h eus amprouet ar re en em lavar ebestel ha n'int ket, hag ec'h eus kavet anezho gaouiat.

3  Gouzańvet ec'h eus, bet ec'h eus dalc'husted, labouret ec'h eus evit va anv, ha ne'c'h eus ket kollet kalon.

4  Met un dra bennak am eus a-enep dit: dilezet ec'h eus da garantez gentań.

5  Az pez sońj eta a-belec'h out kouezhet, az pez keuz, ha gra da oberoł kentań, anez e teuin dizale da'z kavout hag e lamin da gantolor eus e lec'h, ma ne'c'h eus ket keuz.

6  Koulskoude an dra-mań ac'h eus, e kasaez oberoł an Nikolaidi a gasaan ivez.

7  An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d'an Ilizoł. D'an hini a drec'ho me a roio da zebriń eus ar wezenn a vuhez a zo e-kreiz baradoz Doue.

Lizher da Iliz Smirna

8  Skriv ivez da ael Iliz Smirna: Setu ar pezh a lavar ar c'hentań hag an diwezhań, an hini a zo bet marv hag a zo deuet en-dro d'ar vuhez:

9  Anavezout a ran da oberoł, da drubuilhoł ha da baourentez, petra bennak ma'z out pinvidik, ha gwallgomzoł ar re en em lavar Yuzevien ha n'int ket, met a zo ur sinagogenn eus Satan.

10  Na'z pez ket aon dirak netra eus an traoł az po da c'houzańv. Setu, an diaoul a ya da deurel hiniennoł ac'hanoc'h en toull-bac'h, evit ma viot amprouet, hag ho po un trubuilh e-pad dek devezh. Bez feal betek ar marv, hag e roin dit ar gurunenn a vuhez.

11  An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d'an Ilizoł. An hini a drec'ho ne resevo koll ebet eus an eil marv.

Lizher da Iliz Pergam

12  Skriv ivez da ael Iliz Pergam: Setu ar pezh a lavar an hini en deus ar c'hleze lemm a zaou droc'h:

13  Anavezout a ran da oberoł, e pelec'h e chomez, e-lec'h m'emań tron Satan. Hag e talc'hez va anv, ha ne'c'h eus ket nac'het va feiz, zoken en deizioł ma'z eo bet lakaet d'ar marv Antipaz, va zest feal, en ho touez, e-lec'h ma chom Satan.

14  Met un dra bennak am eus a-enep dit: bez' ec'h eus aze tud hag a zalc'h kelennadurezh Balaam, a zeske da Valag lakaat ur maen-kouezh dirak mibien Israel evit ma tebrjent traoł aberzhet d'an idoloł ha ma en em rojent d'ar gasterezh.

15  Evel-se, ec'h eus ivez tud a zalc'h kelennadurezh an Nikolaidi, a gasaan.

16  Az pez eta keuz, anez e teuin dizale da'z kavout hag e stourmin outo gant kleze va genoł.

17  An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d'an Ilizoł. D'an hini a drec'ho e roin da zebriń eus ar mann kuzhet, hag e roin dezhań ur maen gwenn, ha war ar maen-se e vo skrivet un anv nevez n'eo anavezet gant den nemet gant an hini a resev anezhań.

Lizher da Iliz Tiatira

18  Skriv ivez da ael Iliz Tiatira: Setu ar pezh a lavar Mab Doue, an hini en deus e zaoulagad evel ur flamm-tan hag e dreid heńvel ouzh kouevr fin-meurbet:

19  Anavezout a ran da oberoł, da garantez, da servij, da feiz, da zalc'husted, ha da oberoł diwezhań a zo dreist da re gentań.

20  Met un dra bennak am eus a-enep dit: lezel a rez ar vaouez Jezabel, hag en em lavar profedez, da gelenn ha da douellań va servijerien evit o lakaat da en em reiń d'ar gasterezh ha da zebriń traoł aberzhet d'an idoloł.

21  Roet em eus amzer dezhi da gaout keuz eus he gasterezh, met n'eo ket fellet dezhi kaout keuz.

22  Setu, mont a ran d'he zeurel war ur gwele, hag ar re a ra avoultriezh ganti a vo en un trubuilh bras, nemet o defe keuz eus o oberoł.

23  Ha lazhań a rin he bugale dre ar marv, hag an holl Ilizoł a ouezo penaos ez on an hini a furch al lounezhi hag ar c'halonoł. Reiń a rin da bep hini ac'hanoc'h hervez e oberoł.

24  Met me a lavar deoc'h-c'hwi, he d'ar re all a zo e Tiatira, d'an holl re n'anzavont ket ar gelennadurezh-se ha n'o deus ket anavezet, evel ma lavaront, donderioł Satan: Ne lakain warnoc'h bec'h all ebet,

25  met da vihanań, dalc'hit start ar pezh hoc'h eus betek ma teuin.

26  D'an hini a drec'ho hag a viro va oberoł betek an dibenn, e roin dezhań galloud war ar broadoł.

27  Gouarn a raio anezho gant ur walenn houarn, hag evel listri ur poder e vint bruzunet, evel ma em eus va-unan resevet digant va Zad,

28  hag e roin dezhań steredenn ar mintin.

29  An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d'an Ilizoł.

 

Pennad 3

Lizher da Iliz Sardiz

1  Skriv ivez da ael Iliz Sardiz: Setu ar pezh a lavar an hini en deus seizh Spered Doue hag ar seizh steredenn: Anavezout a ran da oberoł, ur vrud ac'h eus da vezań bev, met marv out.

2  Bez evezhiek ha kreńva ar pezh a chom hag a ya da vervel, rak ne'm eus ket kavet da oberoł peurvat dirak Doue.

3  Az pez sońj eta eus ar pezh ac'h eus resevet ha klevet, mir-eń hag az pez keuz. Ma ne veilhez ket, dont a rin da'z kavout evel ul laer, ha ne ouezi ket da bet eur e teuin da'z kavout.

4  Bez' ec'h eus koulskoude e Sardiz un nebeud tud n'o deus ket saotret o dilhad. Kerzhout a raint ganin e gwiskamantoł gwenn, rak dellezek int a-gement-se.

5  An hini a drec'ho a vo gwisket gant dilhad gwenn ha ne lamin ket e anv eus al levr a vuhez, met anzav a rin e anv dirak va Zad ha dirak e aeled.

6  An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d'an Ilizoł.

Lizher da Iliz Filadelfia

7  Skriv ivez da ael Iliz Filadelfia: Setu ar pezh a lavar ar Sant, ar Gwirion, an hini en deus alc'hwez David, an hini a zigor ha den ne serr, an hini a serr ha den ne zigor:

8  Anavezout a ran da oberoł. Setu, digoret em eus un nor dirazout ha den ne c'hell he serriń, dre ma ec'h eus nebeut a nerzh, ma ec'h eus miret va c'homz, ha ma ne'c'h eus ket nac'het va anv.

9  Setu e roin dit reoł eus sinagogenn Satan, en em lavar Yuzevien ha n'int ket met a lavar gevier. Setu, me a lakaio anezho da zont evit ma taoulinint da'z treid ha ma ouezint em eus da garet.

10  Abalamour ma ec'h eus miret komz va dalc'husted, me va-unan a viro ac'hanout en eur an temptadur a zle dont war ar bed holl, evit amprouiń ar re a zo o chom war an douar.

11  Setu, dont a ran dizale; dalc'h start ar pezh ac'h eus evit na gemero den da gurunenn.

12  Gant an hini a drec'ho e rin ur peul e templ va Doue ha ne yelo ken er-maez. Skrivań a rin warnań anv va Doue, hag anv kźr va Doue, ar Jeruzalem nevez a ziskenn eus an neńv eus kichen va Doue, ha va anv nevez.

13  An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d'an Ilizoł.

Lizher da Iliz Laodikea

14  Skriv ivez da ael Iliz Laodikea: Setu ar pezh a lavar an Amen, an test feal ha gwirion, ar penn-kentań eus krouidigezh Doue:

15  Anavezout a ran da oberoł, gouzout a ran penaos n'out na yen na tomm. O, ma vijes bet yen pe tomm!

16  Evel-se, dre ma'z out klouar, ha na yen na tomm, e c'hwedin ac'hanout eus va genoł.

17  Dre ma lavarez: Me a zo pinvidik, pinvidikaet on ha ne'm eus ezhomm a netra, dre n'anavezez ket ez out gwalleürus, truezus, paour, dall hag en noazh,

18  aliań a ran ac'hanout da brenań diganin aour amprouet dre an tan evit dont da vezań pinvidik, ha dilhad gwenn evit bezań gwisket ha chom hep diskouez ar vezh eus da noazhder, hag ur c'hollir da oleviń da zaoulagad evit ma weli.

19  Tamall ha kastizań a ran an holl re a garan. Az pez gred eta ha keuz.

20  Setu en em zalc'han ouzh an nor hag e skoan. Mar klev unan bennak va mouezh ha mar digor an nor, ez in en e di, hag e koagnin gantań hag eń ganin.

21  An hini a drec'ho, me a lakaio anezhań da azezań ganin war va zron, evel ma em eus trec'het ha ma'z on azezet gant va Zad war e dron.

22  An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d'an Ilizoł.

 

Pennad 4

Tron Doue

1  Goude-se e sellis, ha setu un nor a oa digor en neńv. Ar c'hentań mouezh em boa klevet, evel hini un drompilh, hag a gomze ganin, a lavaras: Pign amań, ha diskouez a rin dit an traoł a zle c'hoarvezout goude ar re-mań.

2  Ha kerkent e voen savet er spered. Ha setu un tron a oa savet en neńv hag unan bennak a oa azezet war an tron.

3  An hini a oa azezet a seblante bezań heńvel ouzh maen-yalp hag agatenn-ruz. An tron a oa kelc'hiet gant ur wareg-c'hlav a oa heńvel a zoare ouzh emrodez.

4  En-dro d'an tron e oa pevar dron warn-ugent, hag azezet war an tronioł e welis pevar henaour warn-ugent, gwisket gant dilhad gwenn, gant kurunennoł aour war o fennoł.

5  Eus an tron e teue luc'hed, kurunoł ha mouezhioł. Dirak an tron e teve seizh lamp gwrezus a zo seizh Spered Doue.

6  Bez' e oa ivez dirak an tron ur mor gwer heńvel ouzh strink, hag e-kreiz an tron hag en-dro d'an tron, pevar aneval leun a lagadoł a-raok hag a-dreńv.

7  An c'hentań aneval a oa heńvel ouzh ul leon, an eil aneval a oa heńvel ouzh ul leue, an trede aneval en doa e zremm evel hini un den, ar pevare aneval a oa heńvel ouzh un erer o nijal.

8  Ar pevar aneval o doa pep hini c'hwec'h askell tro-dro, hag en diabarzh e oant leun a lagadoł. Ne baouezont noz-deiz da lavarout: Santel, santel, santel eo an Aotrou Doue holl-c'halloudek, an hini a zo hag a oa hag a zeu!

9  Pa roe an anevaled gloar hag enor ha gras d'an hini a oa azezet war an tron, d'an hini a vev e kantvedoł ar c'hantvedoł,

10  ar pevar henaour warn-ugent a zaouline dirak an hini a oa azezet war an tron, hag a azeule an hini a vev e kantvedoł ar c'hantvedoł, hag a daole o c'hurunennoł dirak an tron en ur lavarout:

11  Aotrou, dellezek out da resev ar c'hloar, an enor hag ar galloud, rak te ac'h eus krouet pep tra, ha dre da volontez eo emaint hag ez int bet krouet!

 

Pennad 5

Jezuz a zo dellezek da zigeriń al levr siellet

1  Hag e welis e dorn dehoł an hini azezet war an tron ul levr skrivet en diabarzh hag en diavaez, siellet gant seizh siell.

2  Gwelout a ris ivez un ael galloudek a grie gant ur vouezh kreńv: Piv a zo dellezek da zigeriń al levr ha da zieren ar sielloł anezhań?

3  Ha den ne c'helle nag en neńv, na war an douar, na dindan an douar, digeriń al levr pe sellout outań.

4  Hag e ouelis kalz, dre ma ne voe kavet den ebet dellezek da zigeriń al levr, na d'e lenn, na da sellout outań.

5  Unan eus an henaourien a lavaras din: Na ouel ket. Setu al leon eus meuriad Juda, broustenn wrizioł David, en deus trec'het evit digeriń al levr ha dieren ar seizh siell anezhań.

6  Hag e sellis, ha setu e-kreiz an tron hag ar pevar aneval, hag e-kreiz an henaourien, un Oan a oa eno evel aberzhet. Bez' en doa seizh korn ha seizh lagad, a zo seizh Spered Doue kaset dre an douar holl.

7  Eń a zeuas hag a gemeras al levr eus dorn dehoł an hini azezet war an tron.

8  P'en doe kemeret al levr, e taoulinas ar pevar aneval hag ar pevar henaour warn-ugent dirak an Oan, o kaout pep hini anezho telennoł hag hanafoł aour leun a c'hwezh-vat, a zo pedennoł ar sent.

9  Ur c'hantik nevez a ganent o lavarout: Dellezek out da gemer al levr ha da zigeriń ar sielloł anezhań, rak aberzhet out bet hag hon dasprenet ec'h eus da Zoue dre da wad, a bep meuriad, a bep yezh, a bep pobl, a bep broad,

10  ha graet ec'h eus ac'hanomp rouaned hag aberzhourien d'hon Doue, hag e renimp war an douar.

11  Hag e sellis hag e klevis mouezh kalz a aeled en-dro d'an tron, d'an anevaled ha d'an henaourien, hag an niver anezho a oa eus dekmiliadoł a zekmiliadoł ha miliadoł a viliadoł.

12  Hag e lavarent gant ur vouezh kreńv: Dellezek eo an Oan a zo bet aberzhet da resev galloud ha pinvidigezh ha furnez ha nerzh hag enor ha gloar ha meuleudi.

13  Klevout a ris an holl grouadurien a zo en neńv, war an douar, dindan an douar, er mor, hag an holl draoł a zo enno, a lavare: D'an hini azezet war an tron ha d'an Oan, ra vo meuleudi hag enor ha gloar ha galloud, e kantvedoł ar c'hantvedoł!

14  Ar pevar aneval a lavare: Amen! Hag ar pevar henaour warn-ugent a zaoulinas hag a azeulas an hini a vev e kantvedoł ar c'hantvedoł.

 

Pennad 6

Ar c'hwec'h siell kentań

1  Hag e sellis pa zigoras an Oan unan eus ar seizh siell, hag e klevis unan eus ar pevar aneval o lavarout gant mouezh ur gurun: Deus ha gwel.

2  Hag e sellis, hag e welis ur marc'h gwenn. An hini a oa pignet warnań en doa ur wareg, hag e voe roet dezhań ur gurunenn, hag ez eas kuit, trec'her evit trec'hiń.

3  Pa zigoras an eil siell, e klevis an eil aneval a lavare: Deus ha gwel.

4  Dont a reas er-maez ur marc'h all liv tan. An hini a oa pignet warnań en doa ar galloud da lemel ar peoc'h a-ziwar an douar, ha d'ober ma en em lazhfe an dud an eil egile. Ur c'hleze bras a voe roet dezhań.

5  Pa zigoras an trede siell, e klevis an trede aneval a lavare: Deus ha gwel. Hag e sellis, hag e welis ur marc'h du. An hini a oa pignet warnań en doa ur valańs en e zorn.

6  Hag e klevis ur vouezh e-kreiz ar pevar aneval a lavare: Ur c'hoiniks (~ 1 l) gwinizh evit un diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g), ha tri c'hoiniks (~ 3 l) heiz evit un diner, met na washa ket an eoul nag ar gwin.

7  Pa zigoras ar pevare siell, e klevis mouezh ar pevare aneval a lavare: Deus ha gwel.

8  Hag e sellis, hag e welis ur marc'h drouklivet. An hini a oa pignet warnań a oa anvet ar marv, ha lec'h ar marv a gerzhe war e lerc'h. Ar galloud a voe roet dezho war ar bedervet lodenn eus an douar evit lazhań dre ar c'hleze, dre an naonegezh, dre ar varvelezh, ha dre loened gwez an douar.

9  Pa zigoras ar pempvet siell, e welis dindan an aoter eneoł ar re a oa bet lazhet evit komz Doue hag evit an testeni o doa douget.

10  Gant ur vouezh kreńv e krient o lavarout: Aotrou santel ha gwirion, betek pegoulz e chomi hep barn hag hep veńjiń hor gwad war ar re a zo o chom war an douar?

11  Da bep hini anezho e voe roet saeoł gwenn, hag e voe lavaret dezho gortoz c'hoazh un nebeud amzer, betek ma vefe peurleuniet an niver eus o c'henseurted a servij hag eus o breudeur, a zle bezań lakaet d'ar marv evelto.

12  Hag e sellis pa zigoras ar c'hwec'hvet siell ha setu, ur c'hren-douar bras en em reas, an heol a zeuas da vezań du evel ur sac'had reun, al loar a zeuas da vezań evel gwad,

13  stered an neńv a gouezhas war an douar evel ma taol ur wezenn-fiez he fiez glas pa vez hejet gant un avel greńv.

14  An neńv en em dennas kuit evel ul levr a vez rollet, hag an holl venezioł hag an enezennoł a voe lamet diouzh o lec'hioł.

15  Rouaned an douar, ar re vras, ar re binvidik, pennoł an arme, ar re c'halloudek, pep sklav ha pep den en e frankiz en em guzhas er mougevioł hag e reier ar menezioł,

16  hag e lavarjont d'ar menezioł ha d'ar reier: Kouezhit warnomp ha kuzhit ac'hanomp a-zirak dremm an hini a zo azezet war an tron, ha diouzh kounnar an Oan,

17  rak deuet eo deiz bras e gounnar, ha piv a c'hello chom en e sav?

 

Pennad 7

Ar 144 000 a-douez holl veuriadoł Israel merket gant ur siell

1  Goude-se e welis pevar ael en em zalc'he e pevar c'horn an douar, o herzel ouzh pevar avel an douar, evit na c'hwezhfe avel ebet na war an douar, na war ar mor, na war wezenn ebet.

2  Hag e welis un ael all a bigne eus kostez ar sav-heol, o terc'hel siell an Doue bev. Gant ur vouezh kreńv e krias d'ar pevar ael o doa resevet ar galloud da noazout ouzh an douar hag ouzh ar mor,

3  en ur lavarout: Na noazit ket ouzh an douar, nag ouzh ar mor, nag ouzh ar gwez, betek m'hor bo merket gant ur siell tal servijerien hon Doue.

4  Hag e klevis niver ar re a oa bet merket: kant pevar mil ha daou-ugent a zo bet merket gant ar siell a-douez holl veuriadoł mibien Israel;

5  eus meuriad Juda, daouzek mil merket; eus meuriad Ruben, daouzek mil merket; eus meuriad Gad, daouzek mil merket;

6  eus meuriad Aser, daouzek mil merket; eus meuriad Neftali, daouzek mil merket; eus meuriad Manase, daouzek mil merket;

7  eus meuriad Simeon, daouzek mil merket; eus meuriad Levi, daouzek mil merket; eus meuriad Isakar, daouzek mil merket;

8  eus meuriad Zabulon, daouzek mil merket; eus meuriad Jozef, daouzek mil merket; eus meuriad Benjamin, daouzek mil merket.

An engroez bras gwisket gant saeoł gwenn

9  Goude -se e sellis, ha setu un engroez ken bras ken na c'helle den kontań, a bep broad, a bep meuriad, a bep pobl, a bep yezh, en em zalc'he dirak an tron ha dirak an Oan. Gwisket e oant gant saeoł gwenn ha palmezennoł en o daouarn.

10  Gant ur vouezh kreńv e krient o lavarout: Ar silvidigezh a zo d'hon Doue a zo azezet war an tron ha d'an Oan.

11  An holl aeled en em zalc'he en-dro d'an tron, d'an henaourien ha d'ar pevar aneval, hag e stoujont war o dremm dirak an tron hag ec'h azeuljont Doue,

12  o lavarout: Amen! Ar veuleudi, ar c'hloar, ar furnez, an trugarekadennoł, an enor, ar galloud, an nerzh, d'hon Doue e kantvedoł ar c'hantvedoł! Amen!

13  Unan eus an henaourien a gomzas o lavarout din: Ar re a zo gwisket gant saeoł gwenn, piv int hag a-belec'h ez int deuet?

14  Lavarout a ris dezhań: Aotrou, te a oar. Hag e lavaras din: Ar re-se eo ar re a zo deuet eus an trubuilh bras, hag o deus gwalc'het ha gwennet o saeoł e gwad an Oan.

15  Setu perak emaint dirak tron Doue, hag e servijont anezhań deiz ha noz en e dempl. An hini a zo azezet war an tron a vo o chom en o-zouez.

16  N'o devo ken naon na sec'hed, an heol ne skoio ken warno na tommder ebet,

17  rak an Oan hag a zo e-kreiz an tron o mesaio hag o degaso da vammennoł doureier ar vuhez, ha Doue a sec'ho pep daeraouenn eus o daoulagad.

 

Pennad 8

Ar seizhvet siell

1  Pa zigoras ar seizhvet siell, e voe graet ur sioulded en neńv e-pad war-dro un hanter-eur.

2  Hag e welis ar seizh ael hag en em zalc'h dirak Doue, ha roet e voe dezho seizh trompilh.

3  Un ael all a zeuas hag en em zalc'has tost d'an aoter, un ezańsouer aour gantań. Roet e voe dezhań kalz a c'hwezh-vat evit o c'hinnig, gant pedennoł an holl sent, war an aoter aour a zo dirak an tron.

4  Moged ar c'hwezh-vat gant pedennoł ar sent a bignas eus dorn an ael dirak Doue.

5  An ael a gemeras an ezańsouer, hag en leunias gant tan an aoter a daolas war an douar. Hag e voe mouezhioł, kurunoł, luc'hed hag ur c'hren-douar.

Ar c'hwec'h trompilh kentań

6  Ar seizh ael a oa ar seizh trompilh ganto en em brientas da seniń.

7  An ael kentań a sonas, hag e voe grizilh ha tan mesket a wad taolet war an douar. An drederenn eus ar gwez a voe devet hag an holl c'heot glas a voe devet.

8  An eil ael a sonas, hag e voe taolet er mor evel ur menez bras entanet. An drederenn eus ar mor a voe troet e gwad,

9  an drederenn eus ar grouadurien a oa er mor hag o doa buhez a varvas, hag an drederenn eus al listri a voe distrujet.

10  An trede ael a sonas, hag e kouezhas eus an neńv ur steredenn vras leskidik evel ur flammerenn. Hag e kouezhas war an drederenn eus ar stźrioł ha war vammennoł an doureier.

11  Anv ar steredenn-se a zo Huelenn. An drederenn eus an doureier a voe troet en huelenn, ha kalz a dud a varvas dre an doureier dre ma oant deuet da vezań c'hwerv.

12  Ar pevare ael a sonas, hag an drederenn eus an heol a voe skoet, an drederenn eus al loar hag an drederenn eus ar stered, e doare ma voe teńvalaet an drederenn anezho, ma kollas an deiz an drederenn eus e sklźrijenn, kenkoulz hag an noz.

13  Hag e welis hag e klevis un ael a nije dre greiz an neńv, o lavarout gant ur vouezh kreńv: Gwalleur, gwalleur, gwalleur d'an dud a zo o chom war an douar, en abeg da son an trompilhoł all, gant an tri ael a zle c'hoazh seniń!

 

Pennad 9

1  Ar pempvet ael a sonas, hag e welis ur steredenn a oa kouezhet eus an neńv war an douar. Alc'houez puńs an donder a voe roet d'an ael,

2  a zigoras puńs an donder, hag eus ar puńs e savas ur vogedenn evel mogedenn ur fornez vras. An heol hag an aer a voe teńvalaet gant mogedenn ar puńs.

3  Hag eus ar vogedenn e teuas er-maez kilheien-raden en em stlabezas war an douar; roet e voe dezho ur galloud heńvel ouzh galloud kruged an douar.

4  Lavaret e voe dezho tremen hep ober droug da c'heot an douar, na da c'hlazenn ebet, na da wezenn ebet, met hepken d'an dud n'o deus ket siell Doue war o zal.

5  Roet e voe dezho nann d'o lazhań, met d'o foaniań e-pad pemp miz, hag o foan a oa evel poan ar c'hrug pa flemm un den.

6  En deizioł-se an dud a glasko ar marv ha ne gavint ket anezhań, fellout a raio dezho mervel hag e tec'ho ar marv diouto.

7  Ar c'hilheien-se a oa heńvel ouzh kezeg fichet a-benn an emgann. War o fennoł e oa kurunennoł heńvel ouzh aour, hag o dremmoł a oa evel dremmoł tud.

8  Blev o doa evel blev maouezed, hag o dent a oa evel dent leoned.

9  Hobregonoł o doa evel hobregonoł houarn, ha trouz o divaskell a oa evel trouz kirri gant kalz a gezeg o redek d'an emgann.

10  Lostoł o doa evel re ar c'hruged, hag en o lostoł e oa broudoł. Ar galloud o doa d'ober droug d'an dud e-pad pemp miz.

11  Warno o doa da roue ael an donder, anvet en hebraeg Abaddon hag e gresianeg Apollion (= distrujer).

12  Ar c'hentań gwalleur tremenet, setu ma teu c'hoazh daou walleur goude-se.

13  Ar c'hwec'hvet ael a sonas, hag e klevis ur vouezh a zeue eus pevar c'horn an aoter aour a zo dirak Doue,

14  o lavarout d'ar c'hwec'hvet ael en doa an drompilh: Diere ar pevar ael a zo ereet war ar stźr vras Eufratez.

15  Hag e voe diereet ar pevar ael a oa prest evit an eur, an deiz, ar miz hag ar bloaz, da lazhań an drederenn eus an dud.

16  Niver marc'hegerien an arme a oa daou zekmiliad a zekmiliadoł (= daou c'hant milion), klevout a ris an niver anezho.

17  Hag e welis evel-se ar c'hezeg er weledigezh, hag ar re a oa azezet warno o doa hobregonoł a liv tan, pour-bran ha soufr. Pennoł ar c'hezeg a oa evel pennoł leoned, hag eus o genoł e teue er-maez tan, moged ha soufr.

18  Un drederenn eus an dud a voe lazhet gant an tri zra-se, gant an tan, gant ar moged ha gant ar soufr a zeue er-maez eus o genoł.

19  Rak o galloud a oa en o genoł hag en o lostoł. O lostoł a oa heńvel ouzh naered, hag o doa pennoł, ha ganto eo e raent droug.

20  Ar peurrest eus an dud, ar re na voent ket lazhet gant ar goulioł-se, n'o doe ket keuz eus oberoł o daouarn, evit paouez da azeuliń an diaouled hag an idoloł aour, arc'hant, arem, maen ha koad, na c'hellont na gwelout, na klevout, na kerzhout.

21  N'o doe ket keuz kennebeut eus o muntroł, nag eus o sorserezh, nag eus o gasterezh, nag eus o laerońsioł.

 

Pennad 10

An ael galloudek hag al levr bihan

1  Hag e welis un ael all galloudek a ziskenne eus an neńv, gwisket gant ur goabrenn. Bez' e oa ur wareg-c'hlav a-us d'e benn, e zremm a oa evel an heol, hag e dreid evel peulioł tan.

2  Derc'hel a rae en e zorn ul levr bihan digor. Lakaat a reas e droad dehoł war ar mor hag e hini kleiz war an douar,

3  hag e krias gant ur vouezh kreńv evel ul leon pa yud. Goude m'en doe kriet, ar seizh kurun a roas o mouezh da glevout.

4  P'o doe ar seizh kurun roet o mouezh da glevout, ez aen da skrivań, met klevout a ris ur vouezh o tont eus an neńv a lavaras din: Siell an traoł o deus lavaret ar seizh kurun, ha na skriv ket anezho.

5  An ael am boa gwelet en em zerc'hel war ar mor ha war an douar a savas e zorn etrezek an neńv,

6  hag a douas dre an hini a vev e kantvedoł ar c'hantvedoł, hag en deus krouet an neńv hag an traoł a zo ennań, an douar hag an traoł a zo warnań, ar mor hag an traoł a zo ennań, penaos ne vo ken a amzer,

7  met en deizioł ma roio ar seizhvet ael e vouezh da glevout, pa grogo da seniń, mister Doue a vo sevenet, hervez ar c'heloł mat en doa kemennet d'e servijerien ar brofeded.

8  Ar vouezh am boa klevet eus an neńv a gomzas din a-nevez hag a lavaras: Kae, kemer al levr bihan a zo digor e dorn an ael en em zalc'h war ar mor ha war an douar.

9  Mont a ris etrezek an ael hag e lavaris dezhań: Ro din al levr bihan. Hag e lavaras din: Kemer ha lonk-eń, leuniań a raio da vouzelloł a c'hwervder, met e-barzh da c'henoł e vo dous evel mel.

10  Kemer a ris al levr bihan eus dorn an ael, hag e lonkis anezhań. Dous e voe em genoł evel mel, met pa em boe e lonket, va bouzelloł a voe leuniet a c'hwervder.

11  Neuze e lavaras din: Ret eo dit profediń c'hoazh dirak un niver bras a bobloł, a vroadoł, a yezhoł hag a rouaned.

 

Pennad 11

An daou dest

1  Roet e voe din ur walenn (~ 3 m) heńvel ouzh ur wialenn, hag an ael en em gavas hag a lavaras: Sav ha muzul templ Doue, an aoter hag ar re a azeul eno.

2  Lez avat leurenn an diavaez eus an templ ha na vuzul ket anezhi, rak roet eo d'ar broadoł. Int a vac'ho gant o zreid ar gźr santel e-pad daou viz ha daou-ugent.

3  Reiń a rin da'm daou dest profediń, gwisket gant seier, e-pad mil daou c'hant ha tri-ugent devezh.

4  Int eo an div olivezenn hag an daou gantolor en em zalc'h dirak Doue an douar.

5  Mar fell da unan bennak ober droug dezho, e teu er -maez eus o genoł un tan a lonk o enebourien, rak mar fell da unan bennak ober droug dezho, e rank bezań lazhet en doare-se.

6  Ar galloud o deus da serriń an neńv, evit na raio ket a c'hlav e-pad ma profedint; hag ar galloud o deus da dreiń an doureier e gwad, ha da skeiń war an douar a bep seurt goulioł bep gwech ma fello dezho.

7  Ha p'o devo peurc'hraet o zesteni, al loen hag a bign eus an donder a raio ar brezel outo, a drec'ho warno hag o lazho.

8  O c'horfoł marv a vo astennet war blasenn ar gźr vras, a vez anvet en ur ster speredel Sodom hag Ejipt, e-lec'h ma'z eo bet hon Aotrou kroazstaget.

9  Tud a-douez pep pobl, pep meuriad, pep yezh ha pep broad, a welo o c'horfoł marv e-pad tri devezh hanter, ha ne lezint ket da lakaat o c'horfoł-marv en ur bez.

10  Tud an douar a laouenaio diwar o fenn hag en em roio d'al levenez, hag e kasint profoł an eil d'egile, dre m'o devo an daou brofed-se trubuilhet tud an douar.

11  Goude an tri devezh hanter-se, ar Spered a vuhez a-berzh Doue a yeas enno, hag ec'h adsavjont war o zreid, hag un aon bras a grogas er re a wele anezho.

12  Ur vouezh kreńv a glevjont eus an neńv a lavare dezho: Pignit amań. Hag e pignjont en neńv en ur goabrenn, hag o enebourien a welas anezho.

13  D'an eur-se e c'hoarvezas ur c'hren-douar bras, hag an dekvedenn eus ar gźr a gouezhas. Seizh mil den a voe lazhet gant ar c'hren-douar, ar re all a voe spouronet hag a roas gloar da Zoue an neńv.

14  An eil gwalleur a zo tremenet, ha setu an trede gwalleur a zeuio dizale.

Ar seizhvet trompilh

15  Ar seizhvet ael a sonas, ha mouezhioł kreńv a voe klevet en neńv a lavare: Rouantelezhioł ar bed a zo lakaet dindan galloud hon Aotrou hag e Grist, hag e reno e kantvedoł ar c'hantvedoł.

16  Ar pevar henaour warn-ugent azezet war o zronioł dirak Doue a stouas war o dremm hag a azeulas Doue,

17  o lavarout: Da drugarekaat a reomp, Aotrou Doue holl-c'halloudek, te hag a zo hag a oa hag a zeu, dre ma ec'h eus kemeret ez taouarn da c'halloud bras ha dre ma'z out aet ez ren.

18  Ar broadoł a zo aet e kounnar, met da gounnar a zo deuet, kenkoulz hag ar c'houlz evit ar re varv da vezań barnet, ha da reiń o gopr da'z servijerien ar brofeded, ha d'ar sent, ha d'ar re a zouj da anv, bihan ha bras, ha da goll ar re a golle an douar.

19  Hag e tigoras templ Doue en neńv, hag arc'h e emglev en em ziskouezas en e dempl. Bez' e voe luc'hed, mouezhioł, kurunoł, ur c'hren-douar, ha grizilh bras.

 

Pennad 12

Ar vaouez, an aerouant hag ar bugel

1  Gwelet e voe un arouez bras en neńv: ur vaouez gwisket gant an heol, hag al loar dindan he zreid, ha war he fenn ur gurunenn a zaouzek steredenn.

2  Brazez e oa hag e krie, o vezań er poanioł hag o c'houzańv gwentloł ar gwilioud.

3  Gwelet e voe c'hoazh un arouez all en neńv: setu, un aerouant bras a liv tan o kaout seizh penn ha dek korn, ha war e bennoł seizh talgen.

4  E lost a stlejas an drederenn eus stered an neńv hag a daolas anezho war an douar. An aerouant a chomas en e sav dirak ar vaouez a oa prest da wilioudiń evit lonkań he bugel pa vefe ganet.

5  Genel a reas ur mab a zlee gouarn an holl vroadoł gant ur walenn houarn, hag he bugel a voe savet etrezek Doue hag etrezek e dron.

6  Ar vaouez a dec'has d'ar gouelec'h e-lec'h m'he deus un arroud kempennet gant Doue eviti, evit bezań maget eno e-pad mil daou c'hant tri-ugent devezh.

7  Un emgann a c'hoarvezas en neńv. Mikael hag e aeled a stourmas a-enep an aerouant. Hag an aerouant a stourmas gant e aeled,

8  met ne voent ket ar c'hreńvań, hag o lec'h n'en em gavas ken en neńv.

9  Stlapet e voe an aerouant bras, an naer gozh, anvet an diaoul ha Satan, an hini a douell ar bed a-bezh, stlapet e voe war an douar, hag e aeled a voe stlapet gantań.

10  Hag e klevis ur vouezh kreńv en neńv a lavare: Bremań eo deuet silvidigezh, nerzh ha rouantelezh hon Doue, ha galloud e Grist, rak tamaller hor breudeur a zo bet stlapet d'an traoń, an hini o zamalle deiz ha noz dirak hon Doue.

11  Trec'het o deus warnań dre wad an Oan ha dre ar gomz o deus roet testeni drezi, ha n'o deus ket karet o buhez, zoken betek ar marv.

12  Setu perak bezit laouen, neńvoł, ha c'hwi ar re a chom enno. Gwalleur deoc'h a re a chom war an douar hag er mor, rak an diaoul a zo diskennet war-zu ennoc'h kounnaret ruz, o c'houzout n'en deus nemet nebeut amzer.

13  Pa welas an aerouant e oa bet stlapet war an douar, e redas war-lerc'h ar vaouez he doa ganet ar mab.

14  Divaskell an erer bras a voe roet d'ar vaouez, evit ma nijfe d'ar gouelec'h, etrezek hec'h arroud hec'h-unan, ma tle bezań maget ur c'houlz ha koulzoł hag un hanter-goulz, pell a-zirak an naer.

15  An naer a daolas eus he genoł dour evel ur stźr war-lerc'h ar vaouez, evit ma vefe stlejet gant ar stźr.

16  An douar a sikouras ar vaouez, hag an douar a zigoras e c'henoł hag a lonkas ar stźr en doa an aerouant taolet eus e c'henoł.

17  Fuloret e voe an aerouant a-enep ar vaouez, hag ez eas d'ober brezel d'ar peurrest eus he lignez, d'ar re a vir gourc'hemennoł Doue hag o deus testeni Jezuz-Krist.

 

Pennad 13

Al loen o pignat eus ar mor

1  Hag e chomis em sav war draezh ar mor, hag e welis o pignat eus ar mor ul loen en doa seizh penn ha dek korn, ha war e gerniel dek talgen, ha war e bennoł un anv a vallozh.

2  Al loen a welis a oa heńvel ouzh ul loupard, e dreid a oa evel re un arzh, e c'henoł evel genoł ul leon. An aerouant a roas dezhań e nerzh, e dron hag ur galloud bras.

3  Gwelout a ris unan eus e bennoł evel gouliet d'ar marv, met ar gouli marvus-se a voe yac'haet, hag an douar holl, estlammet, a yeas war-lerc'h al loen.

4  Azeuliń a rejont an aerouant en doa roet galloud d'al loen, hag ec'h azeuljont al loen o lavarout: Piv a zo heńvel ouzh al loen, ha piv a c'hello stourm outań?

5  Roet e voe dezhań ur genoł a lavare traoł bras ha mallozhioł, ha roet e voe dezhań ar galloud d'oberiań e-pad daou viz ha daou-ugent.

6  Digor a reas e c'henoł evit lavarout mallozhioł a-enep Doue, evit mallozhiń a-enep e anv hag e dabernakl, hag a-enep ar re a zo o chom en neńv.

7  Roet e voe dezhań ober brezel ouzh ar sent ha trec'hiń warno. Ha roet e voe dezhań galloud war bep meuriad, bep yezh ha bep broad.

8  Hag an holl re a zo o chom war an douar a azeulo anezhań, ar re n'eo ket bet skrivet o anvioł adalek krouidigezh ar bed e levr a vuhez an Oan bet lazhet.

9  An neb en deus divskouarn, ra glevo.

10  Mar kas unan bennak e sklaverezh, e yelo e sklaverezh. Mar lazh unan bennak gant ar c'hleze, eo ret e vo lazhet e-unan gant ar c'hleze. Amań emań pasianted ha feiz ar sent.

Al loen o pignat eus an douar hag e niver: 666

11  Gwelout a ris o pignat eus an douar ul loen all, a oa dezhań daou gorn heńvel ouzh re un oan hag a gomze evel un aerouant.

12  Diskouez a rae holl c'halloud al loen kentań dirazań, hag e lakae an douar hag ar re a oa o chom warnań da azeuliń al loen kentań, an hini a oa bet yac'haet dezhań e c'houli marvus.

13  Ober a rae burzhudoł bras, zoken betek lakaat an tan da ziskenn eus an neńv war an douar dirak an dud.

14  Touellań a rae ar re a oa o chom war an douar dre ar burzhudoł a oa bet roet dezhań d'ober dirak al loen, hag e lavare da dud an douar ober ur skeudenn d'al loen, an hini a oa c'hoazh bev goude bezań resevet taol ar c'hleze.

15  Roet e voe dezhań ar galloud da reiń ur spered da skeudenn al loen, evit ma vefe gouest da gomz skeudenn al loen, ha da lakaat d'ar marv an holl re n'azeulfent ket skeudenn al loen.

16  Ober a rae dezho holl, bihan ha bras, pinvidik ha paour, dieub ha sklav, kemer ur merk en o dorn dehoł pe war o zal.

17  Ha den ne c'helle na prenań na gwerzhań, nemet en defe ar merk, pe anv al loen, pe niver e anv.

18  Amań eo emań ar furnez. An hini en deus skiant, ra gonto niver al loen, rak un niver a zen eo. E niver a zo c'hwec'h kant c'hwec'h ha tri-ugent.

 

Pennad 14

An Oan hag ar 144 000 dasprenet eus an douar

1  Hag e sellis, ha setu an Oan en em zalc'he war Venez Sion, ha gantań kant pevar mil ha daou-ugent a dud, gant anv e Dad skrivet war o zalioł.

2  Klevout a ris ur vouezh o tont eus an neńv, evel ar vouezh eus kalz a zoureier hag evel mouezh ur gurun vras, hag e klevis ur vouezh a delennourien o c’hoari war o zelennoł.

3  Kanań a raent evel ur c'hantik nevez dirak an tron ha dirak ar pevar aneval hag an henaourien. Ha den ne c'helle deskiń ar c'hantik nemet ar c'hant pevar mil ha daou-ugent a zo bet dasprenet eus an douar.

4  Ar re-se eo ar re n'int ket en em saotret gant maouezed, rak gwerc'h int. Ar re-se eo ar re a heuilh an Oan e lec'h bennak ma'z a. Ar re-se eo ar re a zo bet dasprenet a-douez an dud, o vezań frouezh kentań evit Doue hag evit an Oan.

5  N'eus ket bet kavet a douell en o genoł, rak didarch ez int dirak tron Doue.

Barnedigezh Doue kemennet gant tri ael

6  Gwelout a ris un ael all a nije e-kreiz an neńv, gantań an Aviel peurbadus, evit avielań ar re a zo o chom war an douar, eus pep broad, eus pep meuriad, eus pep yezh hag eus pep pobl.

7  Gant ur vouezh kreńv e lavare: Doujit Doue ha roit gloar dezhań, rak eur e varnedigezh a zo deuet; azeulit an hini en deus graet an neńv, an douar, ar mor ha mammennoł an doureier.

8  Un ael all a yeas war e lerc'h o lavarout: Kouezhet eo, kouezhet eo, Babilon ar gźr vras, dre m'he deus roet da evań d'an holl vroadoł eus gwin fulor he gasterezh.

9  Un trede ael a yeas war o lerc'h o lavarout gant ur vouezh kreńv: Mar azeul unan bennak al loen hag e skeudenn, ha mar kemer ar merk war e dal pe en e zorn,

10  ec'h evo ivez eus gwin fulor Doue, gwin digemmesk kempennet e hanaf e gounnar, hag ec'h estrenvano en tan hag er soufr dirak an aeled santel ha dirak an Oan.

11  Moged o estrenvan a savo e kantvedoł ar c'hantvedoł, ha n'o devo diskuizh ebet, na deiz na noz, ar re a azeul al loen hag e skeudenn, ha piv bennak a gemer merk e anv.

12  Amań emań pasianted ar sent, amań emań ar re a vir gourc'hemennoł Doue ha feiz Jezuz.

13  Klevout a ris ur vouezh o tont eus an neńv a lavare din: Skriv: Eürus diwar vremań ar re varv hag a varv en Aotrou. Ya, eme ar Spered, evit ma tiskuizhint eus o labourioł, rak o oberoł a heuilh anezho.

Eost an douar

14  Hag e sellis, ha setu ur goabrenn wenn, ha war ar goabrenn e oa azezet unan bennak heńvel ouzh ur mab-den, gantań war e benn ur gurunenn aour hag en e zorn ur falz lemm.

15  Un ael all a zeuas er-maez eus an templ, o krial gant ur vouezh kreńv d'an hini a oa azezet war ar goabrenn: Taol da falz ha med, an eur da vediń a zo deuet evidout rak eost an douar a zo darev.

16  An hini a oa azezet war ar goabrenn a daolas e falz war an douar, hag an douar a voe medet.

17  Un ael all a zeuas er-maez eus an templ a zo en neńv, o kaout ivez ur falz lemm.

18  Un ael all, o kaout galloud war an tan, a zeuas er-maez eus an aoter, hag a grias gant ur vouezh kreńv d'an hini en doa ar falz lemm, o lavarout: Taol da falz lemm ha dastum blokadoł-rezin gwinienn an douar, rak he rezin a zo darev.

19  An ael a daolas e falz war an douar, a zastumas rezin gwinienn an douar, hag o zaolas e beol vras kounnar Doue.

20  Ar veoliad a voe gwasket er-maez eus kźr, hag e teuas kuit eus ar veol gwad betek bridoł ar c'hezeg, war-hed mil c'hwec'h kant stadenn (~ 300 km).

 

Pennad 15

Seizh ael hag ar seizh gouli diwezhań

1  Hag e welis en neńv un arouez all bras ha souezhus: seizh ael a zalc'he ar seizh gouli diwezhań, rak drezo eo sevenet kounnar Doue.

2  Gwelout a ris ivez evel ur mor gwer mesket gant tan, hag ar re o doa trec'het war al loen, war e skeudenn, war e verk, ha war niver e anv, en em zalc'he war ar mor gwer, hag o doa telennoł Doue ganto.

3  Hag e kanent kantik Moizez servijer Doue, ha kantik an Oan, o lavarout: Da oberoł a zo bras hag estlammus, Aotrou Doue holl-c'halloudek! Da hentoł a zo reizh ha gwirion, Roue ar sent!

4  Piv na zoujfe ket dit, Aotrou, ha na rofe ket gloar da'z anv? Rak te eo ar Sant hepken. Evel-se an holl vroadoł a zeuio hag a azeulo ac'hanout, dre ma'z eo bet da varnedigezhioł disklźriet.

5  Goude-se e sellis, ha setu templ tabernakl an Testeni a voe digoret en neńv.

6  Ar seizh ael a zalc'he ar seizh gouli a zeuas er-maez eus an templ, gwisket gant lin glan ha lugernus ha gourizet en-dro d'o bruched gant gourizoł aour.

7  Unan eus ar pevar aneval a roas d'ar seizh ael seizh hanaf aour, leuniet gant kounnar an Doue a vev e kantvedoł ar c'hantvedoł.

8  Leuniet e voe an templ gant moged o tont eus gloar Doue hag eus e c'halloud. Den ne c'helle mont en templ, ken na vefe sevenet seizh gouli ar seizh ael.

 

Pennad 16

Seizh hanaf kounnar Doue

1  Hag e klevis ur vouezh kreńv o tont er-maez eus an templ a lavare d'ar seizh ael: It ha skuilhit war an douar hanafoł kounnar Doue.

2  An hini kentań a yeas hag a skuilhas e hanaf war an douar. An dud o doa merk al loen hag ar re a azeule e skeudenn a voe skoet gant ur gouli drouk ha risklus.

3  An eil ael a skuilhas e hanaf war ar mor. Dont a reas da vezań evel gwad un den marv. Kement en doa buhez er mor a varvas.

4  An trede ael a skuilhas e hanaf war ar stźrioł ha war mammennoł an doureier. Troet e voent e gwad.

5  Hag e klevis ael an doureier o lavarout: Te a zo reizh, Aotrou, an hini a zo hag a oa hag a vo, dre ma ec'h eus barnet evel-se.

6  Rak skuilhet o deus gwad ar sent hag ar brofeded, roet ec'h eus dezho gwad da evań. E zellezout a reont.

7  Klevout a ris unan all eus tu an aoter o lavarout: Ya, Aotrou Doue holl-c'halloudek, gwirion ha reizh eo da varnedigezhioł.

8  Ar pevare ael a skuilhas e hanaf war an heol. Roet e voe dezhań ar galloud da zeviń an dud dre an tan.

9  An dud a voe devet gant un tommder bras, hag e vallozhjont anv Doue, an hini en deus galloud war ar goulioł-se, ha n'o doe ket keuz evit reiń gloar dezhań.

10  Ar pempvet ael a skuilhas e hanaf war dron al loen. E rouantelezh a zeuas leun a deńvalijenn, hag an dud en em grogas en o zeodoł gant ar boan,

11  hag e vallozhjont Doue an neńv en abeg d'o foanioł ha d'o glac'haroł, ha n'o doe ket keuz eus o oberoł.

12  Ar c'hwec'hvet ael a skuilhas e hanaf war ar stźr vras Eufratez. He dour a sec'has evit ma vefe kempennet hent rouaned ar sav-heol.

13  Gwelout a ris o tont er-maez eus genoł an aerouant, eus genoł al loen, hag eus genoł e fals-profed, tri spered hudur heńvel ouzh gleskered.

14  Rak speredoł diaoulek eo, oc'h ober burzhudoł, a ya etrezek rouaned an douar hag ar bed holl, d'o dastum evit emgann deiz bras an Doue holl-c'halloudek.

15  Setu, dont a ran evel ul laer. Eürus an hini a veilh hag a vir e zilhad, evit na gerzho ket en noazh ha na vo ket gwelet e vezh.

16  Hag e tastumas anezho en ul lec'h a zo anvet en hebraeg Harmagedon.

17  Ar seizhvet ael a skuilhas e hanaf en aer. Ur vouezh kreńv a zeuas eus templ an neńv, o tont eus an tron, a lavare: Graet eo!

18  Hag e voe mouezhioł, kurunoł, luc'hed, hag ur c'hren-douar bras, ur c'hren-douar ken bras ha ne voe ket kemend-all biskoazh abaoe ma'z eus tud war an douar.

19  Ar gźr vras a voe lodennet e teir lodenn, ha kźrioł ar broadoł a voe diskaret. Hag ar Vabilon vras en doe Doue sońj anezhi, evit reiń dezhi hanaf gwin e gounnar daer.

20  An holl inizi a dec'has kuit, hag ar menezioł ne voent kavet ken.

21  Hag e kouezhas eus an neńv war an dud grizilh bras, ken pounner hag un talant (~ 30 kg) pep grizilhenn. An dud a vallozhas Doue en abeg da c'houli ar grizilh, rak ar gouli-se a voe bras-meurbet.

 

Pennad 17

Diskar Babilon vras

1  Neuze unan eus ar seizh ael o doa ganto ar seizh hanaf, a zeuas hag a gomzas ouzhin, o lavarout din: Deus, hag e tiskouezin dit barnedigezh ar c'hast vras a zo azezet war galz a zoureier.

2  En em roet eo d'ar gasterezh gant rouaned an douar, ha mezvet he deus ar re a zo o chom war an douar gant gwin he gasterezh.

3  Evel-se e kasas ac'hanon er spered d'ur gouelec'h. Hag e welis ur vaouez azezet war ul loen a liv ruz-mouk, leun a anvioł a vallozh, o kaout seizh penn ha dek korn.

4  Ar vaouez a oa gwisket gant tane ha ruz-moug, kinklet gant aour, gant mein prizius ha gant perlez. Derc'hel a rae en he dorn un hanaf aour, leun a euzhusterioł hag a hudurniezh he gasterezh.

5  War he zal e oa skrivet un anv: Mister, Babilon vras, mamm gisti hag euzhusterioł an douar.

6  Gwelout a ris ar vaouez-se mezvet gant gwad ar sent ha gant gwad testoł Jezuz, hag o welout anezhi, e krogas ur souezh vras ennon.

7  Neuze an ael a lavaras din: Perak out souezhet? Me a lavaro dit mister ar vaouez hag al loen a zoug anezhi, en deus seizh penn ha dek korn.

8  Al loen ac'h eus gwelet a zo bet ha n'emań ken. Dleout a ra sevel eus an donder ha mont er gollidigezh. Ar re a zo o chom war an douar ha n'eo ket bet skrivet o anvioł el levr a vuhez adalek krouidigezh ar bed, a vo souezhet o welout al loen, rak bet eo ha n'emań ken, ha koulskoude emań c'hoazh.

9  Amań emań skiant an hini en deus furnez. Ar seizh penn a zo seizh menez ma'z eo azezet ar vaouez warno.

10  Seizh roue int ivez. Pemp a zo kouezhet, unan a zo bev, hag egile n'eo ket c'hoazh deuet, ha pa vo deuet, ne zle ket padout pell.

11  Al loen a zo bet ha n'emań ken, a zo e-unan un eizhvet, emań eus ar seizh, ha mont a ra da goll.

12  An dek korn ac'h eus gwelet a zo dek roue n'o deus ket c'hoazh resevet rouantelezh, met o devo ar galloud evel rouaned, gant al loen, evit un eurvezh.

13  An hevelep menoz o deus hag e roint o nerzh hag o galloud d'al loen.

14  Stourm a raint a-enep an Oan, hag an Oan a drec'ho warno, dre ma'z eo Aotrou an aotrounez ha Roue ar rouaned, hag ar re a zo gantań eo ar re c'halvet, ar re zibabet, hag ar re feal.

15  Hag e lavaras din: An doureier ac'h eus gwelet, ma'z eo azezet ar c'hast warno, a zo pobloł, engroezioł, broadoł ha yezhoł.

16  An dek korn ac'h eus gwelet d'al loen, a gasaio ar c'hast, he glac'haro, he diwisko, a zebro he c'hig, hag he c'haso da netra en tan.

17  Rak Doue en deus lakaet en o c'halonoł da gas da benn e venoz, da vezań a-unan war ar menoz-se, ha da reiń o rouantelezh d'al loen betek ma teuio gerioł Doue da vezań sevenet.

18  Ar vaouez ac'h eus gwelet eo ar gźr vras a ren war rouaned an douar.

 

Pennad 18

1  Goude-se e welis o tiskenn eus an neńv un ael all en doa ur galloud bras. An douar a voe sklźrijennet gant e c'hloar.

2  Hag e krias gant ur vouezh kreńv ha gant nerzh, o lavarout: Kouezhet eo, kouezhet eo Babilon vras, deuet eo da vezań ur chomadur d'an diaouled, un toull-kuzh da bep spered hudur ha da bep labous dic'hlan hag euzhus.

3  Rak an holl vroadoł o deus evet gwin eus fulor he gasterezh, rouaned an douar a zo en em roet d'ar gasterezh ganti, ha marc'hadourien an douar a zo en em binvidikaet eus fonnder he diroll.

4  Klevout a ris ur vouezh all o tont eus an neńv a lavare: It er-maez anezhi, va fobl, gant aon n'ho pefe lod en he fec'hedoł ha n'ho pefe ivez lod en he goulioł,

5  rak he fec'hedoł a zo pignet betek an neńv, ha Doue en deus bet sońj eus he direizhderioł.

6  Grit dezhi evel m'he deus graet deoc'h, ha roit dezhi an daougement eus hec'h oberoł. En hanaf m'he deus roet deoc'h da evań, roit dezhi daou gement all.

7  Kement hag he deus kemeret lorc'h hag eo en em veuzet er plijadurioł, kemend-all roit dezhi a estrenvan hag a c'hlac'har. Rak lavarout a ra en he c'halon: Azezet on da rouanez, n'on ket intańvez, ne welin ket ar c'hańv,

8  en abeg da-se, en un hevelep deiz, e teuio he goulioł: ar marv, ar c'hańv, an naonegezh, hag e vo devet dre an tan. Rak galloudek eo an Aotrou Doue a varn anezhi.

9  Rouaned an douar, int hag a zo en em roet d'ar gasterezh hag o deus bevet er plijadurioł ganti, a ouelo warni hag a glemmo en abeg dezhi, pa welint moged an tan a zevo anezhi.

10  En em zerc'hel a raint pell gant aon rak hec'h estrenvan, hag e lavarint: Gwalleur! Gwalleur! Kźr vras Babilon, ar gźr c'halloudek-se! En un eurvezh eo deuet da varnedigezh!

11  Marc'hadourien an douar a ouelo hag a c'harmo diwar he fenn, rak den na bren ken o marc'hadourezhioł,

12  marc'hadourezhioł aour, arc'hant, mein prizius, perlez, lin fin, tane, seiz, ruz-moug, pep seurt koad a c'hwezh-vat, pep seurt traoł en olifant, pep seurt traoł e koad gwall brizius, en arem, en houarn hag e marbr,

13  kanell, louzoł-frondus, c'hwezhioł-mat, ezańs, gwin, eoul, flour bleud, ed, chatal, deńved, kezeg, kirri, korfoł hag eneoł tud.

14  Ar frouezh a c'hoantae da galon a zo pellaet diouzhit, hag an holl draoł flour ha kaer a zo kollet evidout, a-vremań n'o c'havi ken.

15  Marc'hadourien an traoł-se, a oa en em binvidikaet ganti, en em zalc'ho pell gant aon rak hec'h estrenvan, en ur ouelań, en ur c'harmiń,

16  hag en ur lavarout: Gwalleur! Gwalleur! A gźr vras, gwisket gant lin fin, gant tane ha gant ruz-moug, kinklet gant aour, mein prizius ha perlez!

17  En un eurvezh kemend-all a binvidigezhioł a zo bet distrujet! Hag an holl sturierien, an holl re a zo war al listri, ar vartoloded, hag an holl re a genwerzh war ar mor, en em zalc'he pell.

18  En ur welout moged an tan a zeve anezhi, e krient o lavarout: Peseurt kźr a oa heńvel ouzh ar gźr vras?

19  Teurel a raent poultr war o fenn, hag o ouelań hag o c'harmiń, e krient o lavarout: Gwalleur! Gwalleur! Ar gźr vras, enni an holl re o doa listri war ar mor a oa en em binvidikaet dre he fuilhentez! En un eurvezh eo aet da netra!

20  Neńv, bez laouen en abeg dezhi, kenkoulz ha c'hwi ebestel ha profeded santel, rak Doue en deus graet e varnedigezh warni abalamour deoc'h.

21  Un ael galloudek a gemeras ur maen evel ur maen-milin bras, hag a daolas anezhań er mor en ur lavarout: Evel-se e vo taolet d'an traoń gant buander Babilon ar gźr vras, ha ne vo kavet ken.

22  Son an delennourien, ar sonerien, ar fleüterien hag an drompilherien ne vint ken klevet e-barzh da greiz. Micherour ebet, a bep seurt micher bennak e vefe, ne vo kavet ennout, ha trouz ar maen-milin ne vo ken klevet ennout.

23  Sklźrijenn al lamp ne lugerno ken ennout, ne vo klevet ken ennout na mouezh ar pried na mouezh ar wreg yaouank, dre ma oa da varc'hadourien re vras an douar, ha dre ma oa an holl vroadoł bet touellet gant da sorserezh.

24  Enni eo bet kavet gwad ar brofeded, ar sent, hag an holl re a zo bet lakaet d'ar marv war an douar.

 

Pennad 19

Allelouia! Eured an Oan

1  Goude-se e klevis evel mouezh kreńv un engroez bras en neńv, a lavare: Allelouia! (= meulit an AOTROU) Ar silvidigezh, ar c'hloar, an enor hag ar galloud d'an Aotrou hon Doue,

2  rak e varnedigezhioł a zo gwirion ha reizh, rak barnet en deus ar c'hast vras a vreine an douar dre he gasterezh, ha veńjet en deus gwad e servijerien he doa skuilhet gant he dorn.

3  Adarre e lavarjont: Allelouia! Hag he moged a sav e kantvedoł ar c'hantvedoł.

4  Ar pevar henaour warn-ugent hag ar pevar aneval a stouas hag a azeulas Doue azezet war an tron, o lavarout: Amen! Allelouia!

5  Ur vouezh a zeuas eus an tron, a lavare: Meulit hon Doue, c'hwi e holl servijerien, ha c'hwi hag a zouj anezhań, bihan ha bras.

6  Klevout a ris evel mouezh un engroez bras, evel ar vouezh eus kalz a zoureier, hag evel ar vouezh eus kurunoł bras, a lavare: Allelouia! Rak ren a ra an Aotrou Doue holl-c'halloudek.

7  Bezomp laouen, tridomp gant levenez, ha roomp gloar dezhań, rak eured an Oan a zo deuet, hag e wreg yaouank a zo en em fichet.

8  Roet eo bet dezhi en em wiskań gant lin fin, glan ha lugernus. Rak al lin fin eo reizhder ar sent.

9  Hag e lavaras din: Skriv: Eürus ar re a zo galvet da bred-eured an Oan. Hag e lavaras din: Ar re-se eo komzoł gwirion Doue.

10  Me a gouezhas d'e dreid evit e azeuliń, met eń a lavaras din: En em vir a gement-se. Me eo da genseurt er servij hag hini da vreudeur o deus testeni Jezuz. Azeul Doue, rak testeni Jezuz eo ar spered a brofediezh.

Ar marc'heger war ar marc'h gwenn. Trec'h war al loen hag ar fals-profed

11  Hag e welis an neńv digor, ha setu ur marc'h gwenn, hag an hini a oa pignet warnań a oa anvet Feal ha Gwirion, an Hini a varn ha stourm gant reizhder.

12  E zaoulagad a oa evel ur flamm-tan, war e benn e oa meur a gurunenn. Un anv en doa skrivet ha den n'anaveze anezhań nemetań e-unan.

13  Gwisket e oa gant ur vantell livet gant gwad. E anv a zo Komz Doue.

14  An armeoł a zo en neńv a yae war e lerc'h war gezeg gwenn; gwisket e oant gant lin fin, gwenn ha glan.

15  Er-maez eus e c'henoł e teu ur c'hleze lemm evit skeiń ar broadoł gantań, rak gouarn a raio anezho gant ur walenn houarn, hag e wasko beol gwin kounnar ha droug an Doue holl-c'halloudek.

16  War e vantell ha war e vorzhed en deus an anv-mań skrivet: ROUE AR ROUANED HAG AOTROU AN AOTROUNEZ.

17  Hag e welis un ael en em zalc'he en heol. Gant ur vouezh kreńv e krias, o lavarout d'an holl laboused a nije e-kreiz an neńv: Deuit hag en em zastumit evit fest an Doue bras,

18  evit debriń kig ar rouaned, kig ar pennoł-brezel, kig ar re c'halloudek, kig ar c'hezeg hag ar re a bign warno, kig an holl dud, dieub ha sklav, bihan ha bras.

19  Hag e welis al loen ha rouaned an douar gant o armeoł, dastumet evit ober ar brezel ouzh an hini a oa pignet war ar marc'h hag ouzh e arme.

20  Al loen a voe paket, ha gantań ar fals-profed, eń hag en doa graet burzhudoł dirazań hag en doa touellet ganto ar re o doa kemeret merk al loen hag azeulet e skeudenn. Hag e voent o-daou taolet bev er stank a dan o teviń e-barzh ar soufr.

21  Ar peurrest a voe lazhet gant ar c'hleze a zeue eus genoł an hini a oa pignet war ar marc'h, hag an holl laboused a voe leuniet gant o c'hig.

 

Pennad 20

Satan ereet. Ar mil bloavezh. Ar gentań dasorc'hidigezh

1  Goude-se e welis o tiskenn eus an neńv un ael en doa gantań alc'houez an donder hag ur chadenn vras en e zorn.

2  Kregiń a reas en aerouant, an naer gozh, a zo an diaoul ha Satan, hag ec'h ereas anezhań evit mil bloavezh.

3  Teurel a reas anezhań en donder, hag e serras warnań, hag e lakaas ur siell warnań, evit na douellfe ken ar broadoł betek ma vefe tremenet ar mil bloavezh. Goude-se e tle bezań diereet evit un nebeud amzer.

4  Gwelout a ris tronioł; d'ar re a azezas warno e voe roet galloud da varn. Gwelout a ris eneoł ar re a voe bet dibennet evit testeni Jezuz hag evit komz Doue, ar re n'o doa ket azeulet al loen nag e skeudenn, ha n'o doa ket kemeret e verk war o zalioł ha war o daouarn. Hag e vevjont hag e renjont gant Krist e-pad mil bloavezh.

5  Ar peurrest eus ar re varv n'advevjont ket, ken na voe ar mil bloavezh tremenet. Hounnezh eo ar gentań dasorc'hidigezh.

6  Eürus ha santel ar re o deus lod er gentań dasorc'hidigezh. An eil marv n'en deus galloud ebet warno, met aberzhourien e vint da Zoue ha da Grist, ha ren a raint gantań e-pad mil bloavezh.

Satan diereet ha trec'het

7  Pa vo ar mil bloavezh tremenet, Satan a vo diereet eus e doull-bac'h.

8  Dont a raio er-maez da douellań ar broadoł a zo e pevar c'horn an douar, Gog ha Magog, hag e tastumo anezho evit ar brezel. O niver a zo evel traezh ar mor.

9  Pignat a rejont war-c'horre an douar, da gelc'hiań kamp ar sent hag ar gźr garet-mat, met un tan a-berzh Doue a ziskennas eus an neńv hag o lonkas.

10  An diaoul o zouelle, a voe taolet er stank a dan hag a soufr, e-lec'h m'emań al loen hag ar fals-profed. Deiz ha noz ec'h estrenvanint e kantvedoł ar c'hantvedoł.

Ar varn diwezhań

11  Hag e welis un tron bras gwenn hag an hini a oa azezet warnań. An douar hag an neńv a dec'has kuit a-zirak e zremm, ha lec'h ebet ne voe kavet ken evito.

12  Gwelout a ris ar re varv, bras ha bihan, oc'h en em zerc'hel dirak Doue. Levrioł a voe digoret. Hag e voe digoret ul levr all, al levr a vuhez. Ar re varv a voe barnet hervez o oberoł, hervez ar pezh a oa skrivet el levrioł.

13  Ar mor a roas ar re varv a oa ennań, ar marv ha lec'h ar marv a roas ar re varv a oa enno, ha pep hini a voe barnet hervez e oberoł.

14  Ar marv ha lec'h ar marv a voe taolet er stank a dan. Hennezh eo an eil marv.

15  Piv bennak ne voe ket kavet skrivet el levr a vuhez, a voe taolet er stank a dan.

 

Pennad 21

Un neńv nevez hag un douar nevez. Ar Jeruzalem nevez

1  Hag e welis un neńv nevez hag un douar nevez, rak an neńv kentań hag an douar kentań a oa tremenet, hag ar mor ne oa ken.

2  Ha me Yann a welas ar gźr santel, ar Jeruzalem nevez, o tiskenn eus an neńv eus kichen Doue, fichet evel m'eo kempennet ur wreg yaouank evit he fried.

3  Hag e klevis ur vouezh kreńv o tont eus an neńv a lavare: Setu, tabernakl Doue gant an dud. Eń a vo o chom ganto hag int a vo e bobl, Doue e-unan a vo en o zouez ha bez' e vo o Doue.

4  Doue a sec'ho pep daeraouenn diwar o daoulagad. Ar marv ne vo ken, na kańv, na garm, na poan ebet, rak an traoł kentań a zo tremenet.

5  An hini a oa azezet war an tron a lavaras: Setu e ran an holl draoł nevez. Hag e lavaras din: Skriv, rak ar c'homzoł-mań a zo gwirion ha feal.

6  Hag e lavaras din: Graet eo. Me eo an Alfa hag an Omega, ar penn-kentań hag an diwezh. D'an hini en deus sec'hed, e roin evit netra eus mammenn an dour a vuhez.

7  An hini a drec'ho en devo an holl draoł da hźrezh. E Zoue e vin hag eń a vo va mab.

8  Met evit ar re zidalvez, ar re ziskredik, ar re euzhus, ar vuntrerien, ar c'hastaouerien, ar strobinellerien, an idolerien hag an holl c'haouiaded, o lod a zo er stank o teviń gant tan ha soufr, hag a zo an eil marv.

9  Unan eus ar seizh ael o doa dalc'het ar seizh hanaf leun gant ar seizh gouli diwezhań a zeuas da'm c'havout, hag e komzas ouzhin o lavarout: Deus, me a ziskouezo dit ar plac'h nevez, gwreg an Oan.

10  Va c'has a reas er spered war ur menez bras hag uhel, hag e tiskouezas din ar gźr vras, ar Jeruzalem santel, o tiskenn eus an neńv eus kichen Doue,

11  ha gloar Doue ganti. He sked a oa heńvel ouzh hini ur maen prizius-meurbet, ouzh ur maen-yalp treuzwelus evel strink.

12  Bez' he doa ur voger vras hag uhel gant daouzek dor, e-tal an daouzek dor daouzek ael hag anvioł skrivet, anvioł daouzek meuriad mibien Israel.

13  Er sav-heol teir dor, en hanternoz teir dor, er c'hreisteiz teir dor, er c'huzh-heol teir dor.

14  Moger ar gźr he doa daouzek diazez, ha warno e oa anvioł daouzek abostol an Oan.

15  An hini a gomze ouzhin en doa ur walenn (~ 3 m) aour evit muzuliań ar gźr, he dorojoł hag he moger.

16  Ar gźr a zo karrezek, he hirder a zo kevatal d'he ledander. Muzuliań a reas ar gźr gant ar walenn, daouzek mil stadenn (~ 2.2 km). He hirder, he ledander hag hec'h uhelder a zo kevatal.

17  Muzuliań a reas ar voger, kant pevar ilinad ha daou-ugent hervez e vuzul e-unan, a zo an hini eus un ael (~ 85 m).

18  Ar voger a oa mańsonet gant maen-yalp, hag ar gźr gant aour glan, heńvel ouzh gwer glan.

19  Diazezoł moger ar gźr a oa kinklet gant pep seurt mein prizius. Ar c'hentań diazez a oa a yalp, an eil a safir, an trede a galkedon, ar pevare a emrodez,

20  ar pempvet a sardoniks, ar c'hwec'hvet a agatenn-ruz, ar seizhvet a grizolit, an eizhvet a veril, an navet a dopaz, an dekvet a grizopraz, an unnekvet a gouarz ruz, an daouzekvet a ametist.

21  An daouzek dor a oa daouzek perlezenn. Pep dor a oa eus ur berlezenn hepken, hag al leurgźr a oa en aour glan, heńvel ouzh gwer treuzwelus.

22  Ne welis templ ebet enni, rak an Aotrou Doue holl-c'halloudek hag an Oan eo an templ anezhi.

23  Ar gźr n'he deus ket ezhomm eus an heol nag eus al loar evit he sklźrijennań, rak gloar Doue a sklźrijenne anezhi, hag an Oan eo he goulaouenn.

24  Ar broadoł hag a vo bet salvet a gerzho ouzh he sklźrijenn. Rouaned an douar a zegaso enni o gloar hag o enor.

25  He dorojoł ne vint ket serret war an deiz; hogen eno ne vo noz ebet.

26  Degaset e vo enni gloar hag enor ar broadoł.

27  Ned aio e-barzh netra hudur, nag hini eus ar re en em ro d'an euzhusted ha d'ar gaou, met hepken ar re a zo skrivet o anvioł e levr a vuhez an Oan.

 

Pennad 22

1  Ha diskouez a reas din ur stźr c'hlan eus an dour a vuhez, treuzwelus evel strink, a zeue eus tron Doue hag an Oan.

2  E-kreiz al leurgźr ha war daou gostez ar stźr edo ar wezenn a vuhez a zouge daouzek frouezhenn hag a roe he frouezh bep miz. Delioł ar wezenn a oa evit yac'haat ar broadoł.

3  Ne vo mallozh ebet ken. Tron Doue hag an Oan a vo enni, hag e servijerien a servijo anezhań.

4  Gwelout a raint e zremm, hag e anv a vo war o zalioł.

5  Ne vo ken a noz, n'o devo ken ezhomm eus lamp nag eus sklźrijenn an heol, rak an Aotrou Doue o sklźrijenno, hag e renint e kantvedoł ar c'hantvedoł.

Dont a ra Jezuz dizale

6  Lavarout a reas din: Ar c'homzoł-mań a zo feal ha gwirion. An Aotrou, Doue ar brofeded santel, en deus kaset e ael evit diskouez d'e servijerien an traoł a zle c'hoarvezout dizale.

7  Setu e teuan dizale. Eürus an hini a vir komzoł profediezh al levr-mań.

8  Ha me Yann, gwelet em eus an traoł-se hag o c'hlevet em eus. Goude bezań o c'hlevet ha gwelet, e kouezhis da dreid an ael o diskoueze din evit e azeuliń,

9  met eń a lavaras din: Diwall d'ober kement-se, rak me eo da genseurt er servij, hag hini da vreudeur ar brofeded, hag hini a re a vir komzoł al levr-mań. Azeul Doue.

10  Hag e lavaras din: Na siell ket komzoł profediezh al levr-mań, rak an amzer a zo tost.

11  An hini a zo direizh ra vo direizh c'hoazh, an hini a zo hudur ra en em huduraio c'hoazh, an hini a zo reizh ra vo reishoc'h c'hoazh, an hini a zo santel ra en em santelaio c'hoazh.

12  Setu e teuan dizale, ha va gopr a zo ganin, evit reiń da bep hini hervez an oberoł en devo graet.

13  Me eo an Alfa hag an Omega, ar c'hentań hag an diwezhań, ar penn-kentań hag an diwezh.

14  Eürus ar re a vir e c'hourc'hemennoł, evit ma vo o lod er wezenn a vuhez, ha m'o devo gwir da vont e-barzh kźr dre an dorojoł.

15  Met er-maez e vo ar chas, ar sorserien, ar re hudur, ar vuntrerien, an idolerien, ha piv bennak a gar hag a ra ar gaou.

16  Me Jezuz, am eus kaset va ael evit rentań deoc'h testeni eus an traoł-se en Ilizoł. Me eo bount ha lignez David, steredenn lugernus ar beure.

17  Ar Spered hag ar bried a lavar: Deus. Hag an hini a glev, ra lavaro: Deus. Hag an hini en deus sec'hed, ra zeuio. Hag an hini a fell dezhań, ra gemero dour a vuhez evit netra.

18  Testeniań a ran da biv bennak a glev komzoł profediezh al levr-mań: mar laka unan bennak un dra bennak ouzhpenn ennań, Doue a lakaio ouzhpenn warnań ar goulioł skrivet el levr-mań,

19  ha mar lam unan bennak un dra bennak eus komzoł al levr eus ar brofediezh-mań, Doue a lamo e lod eus al levr a vuhez, hag eus ar gźr santel, hag eus an traoł a zo skrivet el levr-mań.

20  An hini a ro testeni eus an traoł-se a lavar: Ya, dont a ran dizale. Amen! Ya Aotrou Jezuz, deus!

21  Gras hon Aotrou Jezuz-Krist ra vo ganeoc'h holl! Amen.