LIZHER PAOL D'AN

EFEZIZ

 

Pennad 1

1  Paol, abostol Jezuz-Krist dre volontez Doue, d'ar sent a zo en Efez ha d'ar feizidi e Krist Jezuz:

2  Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist.

Bennozhioł e Jezuz-Krist

3  Ra vo benniget Doue ha Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, eń hag en deus hor benniget a bep seurt bennozhioł speredel el lec'hioł neńvel e Krist.

4  Evel-se en deus hon dibabet ennań, a-raok krouidigezh ar bed, evit ma vimp santel ha didamall dirazań er garantez,

5  o vezań hor raktonket da vezań e advugale dre Jezuz-Krist, hervez ar plijadur mat eus e volontez,

6  da veuleudigezh gloar e c'hras, en deus roet deomp drezi da vezań degemeret er C'haret-mat.

7  Ennań hon eus an dasprenadur dre e wad, ar pardon eus ar pec'hedoł, hervez pinvidigezhioł e c'hras

8  en deus skuilhet warnomp gant fonnder dre bep seurt furnez ha skiant,

9  o vezań roet deomp da anavezout mister e volontez, hervez ar sońj mat oberius en doa graet ennań e-unan,

10  penaos, e roidigezh oberiańs an amzerioł, e tastumje an holl draoł e Krist, kement ar pezh a zo en neńvoł evel ar pezh a zo war an douar.

11  Ennań ivez eo ez omp deuet da vezań heritourien, o vezań bet raktonket hervez an diviz eus an hini a ra an holl draoł hervez ma tere ouzh e volontez,

12  evit ma servijimp da veuleudigezh e c'hloar, ni hag hon eus da gentań esperet e Krist.

13  Ennań emaoc'h ivez, o vezań klevet ger ar wirionez, an Aviel eus ho silvidigezh, hag o vezań kredet ennań, oc'h bet siellet gant ar Spered-Santel a oa bet prometet,

14  hag a zo un arrez eus hon hźrezh, evit dasprenadur ar re en deus perc'hennet da veuleudigezh e c'hloar.

Trugarekadennoł ha pedennoł

15  Dre-se, o vezań ivez klevet komz eus ho feiz en Aotrou Jezuz hag eus ho karantez e-keńver an holl sent,

16  ne baouezan ket da drugarekaat evidoc'h, o kaout sońj ac'hanoc'h em pedennoł,

17  evit ma teuio Doue hon Aotrou Jezuz-Krist, an Tad a c'hloar, da reiń deoc'h ur spered a furnez hag a ziskuliadur en e anaoudegezh,

18  ha ma sklaerio daoulagad ho klevidigezh, evit ma'c'h anavezot pehini eo an esperańs oc'h galvet dezhi, pere eo ar pinvidigezhioł eus gloar e hźrezh er sent,

19  ha pehini eo brasted divuzul e c'halloud a ziskouez en hor c'heńver-ni, ar re a gred, hervez oberiusted galloud e nerzh,

20  displeget gantań e Krist, p'en deus e adsavet a-douez ar re varv hag e lakaet da azezań a-zehou dezhań el lec'hioł neńvel,

21  dreist pep prińselezh, pep nerzh, pep galloud, pep mestroni, pep anv a c'hellfe bezań anvet, nann zoken er c'hantved-mań met ivez en hini da zont.

22  Lakaet en deus pep tra dindan e dreid, hag en deus e roet evit penn-bras d'an Iliz,

23  hag a zo e gorf, al leunder eus an hini a leugn an holl en holl.

 

Pennad 2

Ar vuhez roet evit netra

1  C'hwi a oa marv en ho faotoł hag en ho pec'hedoł,

2  hoc'h eus kerzhet gwechall enno hervez giz ar bed-mań, hervez prińs nerzh an aer, ar spered a labour bremań e mibien an disentidigezh.

3  En o zouez e vevemp holl gwechall, hervez droukc'hoantoł hor c'hig, oc'h oberiań hervez youloł ar c'hig hag an ene, hag e oamp dre hon natur bugale a fulor evel ar re all.

4  Met Doue, hag a zo pinvidik e trugarez, abalamour d'ar garantez vras en deus hor c'haret ganti,

5  pa oamp marv en hor pec'hedoł, en deus hon degaset asambles d'ar vuhez e Krist, dre c'hras eo oc'h bet salvet,

6  en deus hon adsavet a varv asambles, hag hol lakaet da azezań asambles el lec'hioł neńvel e Jezuz-Krist,

7  evit diskouez er c'hantvedoł da zont ar pinvidigezhioł divent eus e c'hras dre e vadelezh en hor c'heńver e Jezuz-Krist.

8  Rak salvet oc'h dre ar c'hras, war-bouez ar feiz. Ha kement-se ne zeu ket ac'hanoc'h, donezon Doue eo.

9  N'eo ket dre an oberoł, evit na denno gloar den ebet.

10  Rak ni a zo e labour, o vezań bet krouet e Jezuz-Krist evit an oberoł mat en deus Doue kempennet diaraok, evit ma kerzhimp enno.

Unanet e Krist

11  Dre-se ho pet sońj penaos, o vezań ma oac'h gwechall paganed er c'hig ha galvet diamdroc'h gant ar re a c'halver amdroc'hidi er c'hig dre zorn an den,

12  c'hwi a oa en amzer-se hep Krist, diavaezidi da gumuniezh Israel, estrańjourien e-keńver emglevioł ar bromesa, hep esperańs hag hep Doue er bed.

13  Met bremań, e Jezuz-Krist, c'hwi a oa gwechall pell, a zo bet degaset tost dre wad Krist.

14  Rak eń eo hor peoc'h, eń hag en deus graet unan hepken eus an daou en ur ziskar ar voger a zisparti,

15  o vezań distrujet en e gig ar gasoni, lezenn ar gourc'hemennoł dalc'het en urzhioł, evit krouiń ennań e-unan eus an daou un den nevez hepken goude bezań graet ar peoc'h,

16  hag evit unvaniń gant Doue dre ar groaz an eil hag egile en ur c'horf hepken, en ur zistrujań e-unan ar gasoni.

17  Deuet eo da brezeg ar peoc'h deoc'h-c'hwi a oa pell ha d'ar re a oa tost,

18  rak drezań hon eus an eil hag egile un degemer digant an Tad en un hevelep Spered.

19  Evel-se eta, n'oc'h ken nag estrańjourien na tud a-ziavaez, met kenvourc'hizien d'ar sent hag eus ti Doue,

20  o vezań bet savet war diazez an ebestel hag ar brofeded, ez eo Jezuz-Krist e-unan ar maen-korn;

21  ennań an holl vatis, urzhiet mat, a sav evit bezań un templ santel en Aotrou,

22  ennań ivez ez oc'h savet asambles evit bezań ur chomlec'h da Zoue er Spered.

 

Pennad 3

Ar baganed a zo kenheritourien

1  Abalamour da-se, me Paol a zo prizoniad Jezuz-Krist evidoc'h-c'hwi ar baganed,

2  mar hoc'h eus klevet petra eo roidigezh gras Doue a zo bet roet din evidoc'h,

3  penaos dre ziskuliadur eo bet roet din da anavezout ar mister-se evel ma teuan da skrivań e nebeut a c'herioł,

4  ha dre eno e c'hellit kompren en ur lenn pehini eo an anaoudegezh am eus diwar-benn mister Krist,

5  ha n'eo ket bet disklźriet da vugale an dud en amzer tremenet evel ma'z eo disklźriet bremań dre ar Spered d'e ebestel santel ha d'e brofeded,

6  da c'houzout eo penaos ar baganed a zo kenheritourien, a reont un hevelep korf hag a gemeront lod en e bromesa e Krist dre an Aviel,

7  graet on bet ministr anezhań dre zonezon gras Doue a zo bet roet din dre nerzh e c'halloud.

8  Ar c'hras-se a zo bet roet din-me, an disterań eus an holl sent, evit prezeg e-touez ar baganed pinvidigezhioł digomprenus Krist

9  hag evit lakaat gwelus dirak an holl roidigezh ar mister kuzhet a bep amzer e Doue en deus krouet an holl draoł dre Jezuz-Krist,

10  evit ma teuio bremań furnez Doue, oc'h en em ziskouez e pep seurt doare, da vezań disklźriet dre an Iliz d'ar prińselezhioł ha d'an nerzhioł el lec'hioł neńvel,

11  hervez ar sońj graet gantań a bep amzer, en deus oberiet e Krist Jezuz hon Aotrou,

12  ennań hon eus al librentez da dostaat ouzh Doue gant fiziańs dre ar feiz ennań.

13  Dre-se eo e c'houlennan diganeoc'h na gollot ket kalon abalamour d'ar poanioł a c'houzańvan evidoc'h, ar pezh a ra ho kloar.

Karantez an Aotrou

14  Evit kement-se eo e plegan an daoulin dirak Tad hon Aotrou Jezuz-Krist,

15  a denn pep familh en neńvoł ha war an douar hec'h anv dioutań,

16  evit ma roio deoc'h, hervez pinvidigezhioł e c'hloar, da vezań nerzhet gant galloud dre e Spered en den a-ziabarzh,

17  evit ma chomo Krist en ho kalonoł dre ar feiz, hag evel-se, gwriziennet ha diazezet er garantez,

18  e c'hellot kompren gant an holl sent petra eo al ledander, an hirder, an donder hag an uhelder,

19  hag anavezout karantez Krist, a zo dreist pep gouiziegezh, evit ma viot leuniet gant holl leunder Doue.

20  D'an hini a c'hell ober dre ar galloud a labour ennomp muioc'h eget na c'houlennomp ha na sońjomp,

21  dezhań ra vo ar gloar e-barzh an Iliz ha dre Jezuz-Krist, en holl oadoł, evit kantvedoł ar c'hantvedoł! Amen.

 

Pennad 4

Unander e korf Jezuz-Krist

1  Pediń a ran eta ac'hanoc'h, me prizoniad en Aotrou, d'en em ren en un doare dellezek eus ar c'halvidigezh ez oc'h bet galvet drezań,

2  e pep izelegezh ha douster gant habaskted, oc'h en em c'houzańv an eil egile gant karantez,

3  oc'h en em stagań da genderc'hel unvaniezh ar spered dre ere ar peoc'h.

4  Bez' ez eus ur c'horf hepken hag ur Spered hepken, evel ivez ma'z oc'h bet galvet da un esperańs hepken dre ho kalvidigezh,

5  un Doue hepken, ur feiz hepken, ur vadeziant hepken,

6  un Doue hepken ha Tad d'an holl, a zo dreist an holl hag e-touez an holl hag ennoc'h holl.

7  Met ar c'hras a zo roet da bep hini ac'hanomp, hervez muzul donezon Krist.

8  Dre-se eo e lavar: O vezań pignet d'an nec'h, en deus kaset dalc'het an dalc'herezh, hag en deus lodennet donezonoł d'an dud.

9  Hogen petra a dalvez: Pignet eo, ma ne vije ket bet diagent diskennet el lec'hioł izelań eus an douar?

10  An hini a zo diskennet, eo an hevelep hini hag a zo pignet dreist an holl neńvoł, evit ma leugnje an holl draoł.

11  Eń eo ivez en deus lakaet lod da ebestel, lod all da brofeded, lod all da avielourien, lod all da bastored ha doktored,

12  evit parfetidigezh ar sent, evit labour ar servij hag evit savidigezh korf Krist,

13  betek ma vimp holl deuet d'an unvaniezh er feiz hag en anaoudegezh Mab Doue, da stad an den peurc'hraet da vuzul ar vent peurvat eus Krist,

14  evit na vimp ken bugale vihan, o chom war var ha kaset amań hag ahont gant pep avel a gredenn dre dromplerezh an dud ha dre o gwidre da dromplań dre droidellerezh,

15  met, o lavarout ar wirionez er garantez, ma kreskimp en holl draoł en hini a zo ar penn, Krist.

16  Dioutań ar c'horf a-bezh, urzhiet mat hag unanet start dre sikour an holl juntoł, a denn e greskańs hervez an nerzh roet da bep ezel, evit ma vo savet e-unan er garantez.

An den kozh hag an den nevez

17  Setu eta ar pezh a lavaran hag a zisklźrian en Aotrou: N'en em gunduit ket evel en em ren ar baganed all, a heuilh fouge o sońjoł.

18  Teńvalaet o deus o skiant, o vezań pellaet diouzh buhez Doue abalamour d'an diouiziegezh a zo enno ha dre galeter o c'halon,

19  o vezań kollet pep santad, ez int en em roet d'al loustoni evit ober pep seurt hudurniezh gant taerded.

20  Met n'eo ket evel-se hoc'h eus desket Krist,

21  da vihanań mar hoc'h eus selaouet anezhań ha mar d-oc'h bet, hervez ar wirionez a zo e Jezuz, desket ennań

22  da ziwiskań, evit ar pezh a sell ouzh ho puhez tremenet, an den kozh a vrein gant droukc'hoantoł tromplus,

23  d'en em nevesaat dre ar Spered en ho klevidigezh,

24  ha da wiskań an den nevez, krouet heńvel ouzh Doue, er reizhder hag e santelezh ar wirionez.

25  Dre-se, o vezań kaset kuit ar gaou, ra gomzo pep hini ac'hanoc'h hervez ar wirionez d'e nesań, rak izili omp an eil d'egile.

26  Mar en em lakait e fulor, na bec'hit ket, ra ne guzho ket an heol war ho fulor

27  ha na roit ket digor d'an diaoul.

28  An hini a laere ra ne laero ket ken, met ra labouro kentoc'h gant e zaouarn da un dra vat bennak, evit m'en devo peadra da reiń d'an hini a zo en ezhomm.

29  Ra ne zeuio ger dizonest ebet eus ho kenoł, met ra vo ho komzoł mat da skoliań gant talvoudegezh evit ma raint vat d'ar re o c'hlevo.

30  Na dristait ket Spered-Santel Doue, siellet oc'h bet gantań evit deiz an dasprenadur.

31  Ra vo pep c'hwervoni, pep kasoni, pep fulor, pep garmadenn, pep droukkomz kaset kuit eus ho touez, kenkoulz ha pep follentez.

32  Bezit mat an eil e-keńver egile, madelezhus, o pardoniń an eil d'egile, evel m'en deus Doue pardonet deoc'h ivez e Krist.

 

Pennad 5

1  Bezit eta heńvelerien ouzh Doue, evel bugale karet-mat,

2  kerzhit er garantez, evel m'en deus Krist ivez hor c'haret hag eo en em ginniget e-unan da Zoue evidomp e prof hag en aberzh a c'hwezh dudius.

3  Ra ne vo ket klevet anv en ho touez, nag eus gadaliezh, nag eus hudurniezh ebet, nag eus droukc'hoant, evel ma tere d'ar sent,

4  na komz dizonest, na reoł foll, na farserezh, a zo traoł divalav, met ra vo klevet kentoc'h trugarekadennoł.

5  Rak anavezout a rit kement-mań, penaos den gadal ebet, pe hudur, pe gwallc'hoantek hag a zo un idolour, n'en deus lod en hźrezh rouantelezh Krist ha Doue.

6  Ra ne dromplo den ac'hanoc'h dre gomzoł aner, rak abalamour d'an traoł-se e teu fulor Doue war ar vugale disent.

7  N'ho pez ket eta a lod ganto.

8  Rak gwechall e oac'h teńvalijenn, met bremań oc'h sklźrijenn en Aotrou. Kerzhit eta evel bugale ar sklźrijenn,

9  rak frouezh ar Spered en em zalc'h e pep seurt madelezh, reizhder ha gwirionez.

10  Eveshait ouzh ar pezh a zo kavet mat gant an Aotrou,

11  n'ho pez lod ebet en oberoł difrouezh an deńvalijenn, met kentoc'h kondaonit anezho.

12  Rak mezhus eo zoken lavarout ar pezh a reont e kuzh,

13  met kement a zo lakaet d'ar sklźrijenn a zo diskuliet sklaer, rak kement a zo bet diskuliet a zo sklźrijenn.

14  Dre-se eo lavaret: Dihun, te a zo kousket, sav a-douez ar re varv, ha Krist a lugerno warnout.

15  Lakait evezh eta ouzhoc'h hoc'h-unan d'en em ren gant eeunder, nann evel tud diskiant met evel tud fur,

16  adprenit an amzer rak an deizioł a zo fall.

17  Dre-se na vezit ket hep poell, met komprenit petra eo bolontez an Aotrou.

18  N'en em vezvit ket gant gwin a gundu d'an diroll, met bezit leuniet gant ar Spered,

19  komzit etrezoc'h dre salmoł, meulganoł, kanaouennoł speredel, o kanań hag o salmiń a galon meuleudioł d'an Aotrou.

20  Trugarekait bepred evit an holl draoł Doue an Tad, en anv hon Aotrou Jezuz-Krist.

21  Plegit an eil d'egile e doujańs Doue.

Ezhec'h ha gwragez

22  Gwragez, plegit d'hoc'h ezhec'h hoc'h-unan evel d'an Aotrou,

23  abalamour an ozhac'h eo penn ar wreg, evel ma'z eo Krist ivez penn an Iliz, hag a zo e gorf hag a zo bet salvet drezań.

24  Hag evel ma pleg an Iliz da Grist, ra blego ivez ar gwragez d'o ezhec'h o-unan en holl draoł.

25  Ezhec'h, karit ho kwragez evel m'en deus ivez Krist karet an Iliz hag eo en em roet e-unan eviti,

26  evit he santelaat hag he glanaat dre ur walc'hadenn en dour gant ar ger,

27  evit he lakaat dirazań evel an Iliz leun a c'hloar, hep saotr na roufenn na netra eus ar seurt-se, met santel ha divlam.

28  Evel-se e tle an ezhec'h karout o gwragez evel o c'horfoł o-unan. An hini a gar e wreg en em gar e-unan,

29  rak den ebet n'en deus kasaet biskoazh e gorf e-unan, met e vagań hag e zerc'hel a ra evel ma ra ivez an Aotrou e-keńver an Iliz,

30  dre ma'z omp an izili eus e gorf, eus e c'hig hag eus e eskern.

31  Dre-se an den a guitaio e dad hag e vamm hag en em unano gant e wreg, hag an daou ne vint nemet ur c'hig.

32  Ar mister-se a zo bras, henn lavarout a ran diwar-benn Krist hag an Iliz.

33  Evel-se, ra garo pep hini ac'hanoc'h e wreg eveltań e-unan ha ra zoujo ar wreg hec'h ozhac'h.

 

Pennad 6

Bugale ha kerent

1  Bugale, sentit ouzh ho tud, en Aotrou, rak un dra reizh eo.

2  Enor da dad ha da vamm, ar c'hentań gourc'hemenn eo hag ez eus ur bromesa gantań:

3  Evit ma vi eürus ha ma vevi pell war an douar.

4  Ha c'hwi tadoł, na hegit ket ho pugale met savit anezho e kenurzh hag e kelennadur an Aotrou.

Mevelien ha mistri

5  Mevelien, sentit gant doujańs ha krenadenn ouzh ho mistri hervez ar c'hig, en eeunder a galon, evel ouzh Krist,

6  o servijań anezho nann zoken dindan o daoulagad, evel ma klaskfec'h plijout d'an dud, met oc'h ober a galon vat bolontez Doue, evel servijerien Krist,

7  o servijań gant karantez an Aotrou ha nann an dud,

8  o c'houzout penaos pep hini, pe sklav, pe frank, a resevo digant an Aotrou hervez ar mad en devo graet.

9  Ha c'hwi mistri, grit en hevelep doare en o c'heńver ha dilezit ar gourdrouzoł, o c'houzout hoc'h eus ivez evelto ur Mestr en neńv, ha dirazań n'eus van ebet eus diavaezioł an dud.

Harnez Doue

10  A-hend-all, va breudeur, en em greńvait en Aotrou ha dre e nerzh holl c'halloudek.

11  Gwiskit harnez Doue en e bezh, evit ma c'hellot derc'hel start a-enep troidelloł an diaoul.

12  Rak n'eo ket a-enep ar c'hig nag ar gwad hon eus da stourm, met a-enep ar prińselezhioł, a-enep ar nerzhioł, a-enep mestroł an deńvalijenn eus ar bed-mań, a-enep speredoł ar fallentez el lec'hioł uhel.

13  Dre-se kemerit ganeoc'h harnez Doue en e bezh, evit ma c'hellot chom start en deizioł fall hag, o vezań kendrec'het pep tra, e talc'hot start.

14  Dalc'hit start eta, ho tivgroazell gourizet gant ar wirionez, gwiskit sae-houarn ar reizhder,

15  en ho treid kemerit gred an Aviel a beoc'h,

16  krogit dreist-holl skoed ar feiz da c'hellout mougań holl daolioł loskus an hini drouk,

17  kemerit ivez tog-houarn ar silvidigezh ha kleze ar Spered, da lavarout eo ger Doue,

18  o pediń e pep amzer dre bep seurt pedennoł hag aspedennoł dre ar Spered, o veilhań war gement-se gant dalc'husted hag o pediń evit an holl sent,

19  hag evidon-me ivez, evit ma vo roet din da gomz gant frankiz hag hardizhegezh, evit reiń da anavezout mister an Aviel

20  ma'z on ar c'hannad anezhań er chadennoł, hag evit ma komzin anezhań gant hardizhegezh evel ma tlean henn ober.

Saludoł da glozań

21  Evit ma ouiot ivez ar pezh a sell ouzhin hag ar pezh a ran, Tichik, ar breur karet-mat ha ministr feal en Aotrou, a roio da anavezout deoc'h pep tra.

22  Kaset em eus anezhań deoc'h evit-se, evit ma ouiot petra a c'hoarvez war-dro deomp ha ma tic'hlac'haro ho kalonoł.

23  Ra vo ar peoc'h roet d'ar vreudeur, hag ar garantez ivez gant ar feiz, a-berzh Doue an Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!

24  Ra vo ar c'hras gant ar re holl a gar hon Aotrou Jezuz-Krist gant ur garantez digemmus! Amen.