LIZHER PAOL D'AR FILIPIZ

 

Pennad 1

1  Paol ha Timote, servijerien Jezuz-Krist, d'an holl sent e Jezuz-Krist a zo e Filipi, d'an eskibien ha d'an diagoned:

2  Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh Doue hon Tad hag a-berzh an Aotrou Jezuz-Krist!

Trugarekadennoł ha pedennoł

3  Trugarekaat a ran va Doue bep gwech ma sońjan ennoc'h,

4  o sevel bepred azgoulennoł evidoc'h holl gant levenez e pep pedenn a ran,

5  abalamour ma'z oc’h bet tomm ouzh an Aviel adalek an deiz kentań betek vremań.

6  Krediń a ran gant fiziańs penaos an hini en deus deraouet an oberenn vat-se ennoc'h, he feurc'hraio a-benn deiz Jezuz-Krist.

7  Dereat eo em befe ar menozioł-se diwar ho penn c'hwi-holl, rak em ereoł, hag e difenn ha kreńvadur an Aviel, me am eus ac'hanoc'h holl em c'halon, c'hwi hag a zo kenlodeien ganin er c'hras.

8  Rak Doue a zo test din pegement e karan ac'hanoc'h holl a-greiz kalon e Jezuz-Krist.

9  Pediń a ran evit kement-mań, evit ma kresko ho karantez muioc'h muiań e pep anaoudegezh hag e pep skiant,

10  evit ma c'hellot anavezout an traoł a zo dispar, ha ma viot glan ha divlam a-benn deiz Jezuz-Krist,

11  leuniet gant frouezh ar reizhder, a zo dre Jezuz-Krist evit gloar ha meuleudi Doue.

Paol ereet evit Krist

12  Koulskoude, breudeur, e fell din e ouezfec’h penaos ar pezh a zo c'hoarvezet ganin a zo troet kentoc'h evit kreskadurezh an Aviel,

13  e doare ma'z eo deuet da vezań anavezet va ereoł e Krist er pretordi a-bezh hag en holl lec'hioł all,

14  hag an darn vrasań eus ar vreudeur en Aotrou, o kemer kalon em ereoł, a gred disklźriań ar gomz gant muioc'h a hardizhegezh hag hep aon.

15  Gwir eo penaos hiniennoł a brezeg Krist dre warizi ha tabut, met reoł all a ra a-volontez-vat.

16  Darn a brezeg Krist gant ur mennozh a dabut ha nann gant glanded, o krediń kreskiń va glac'har em ereoł,

17  met ar re all a ra dre garantez, oc'h anavezout penaos on bet lakaet evit difenn an Aviel.

18  N'eus forzh! E pep doare bennak ma vefe, evit an diavaez pe gant gwirionez, Krist a zo prezeget, hag eus kement-se e laouenaan hag e laouenain c'hoazh.

19  Rak gouzout a ran e troio kement-se da'm silvidigezh, dre ho pedennoł ha dre sikour Spered Jezuz-Krist,

20  hervez va gortoz start ha va esperańs, penaos ne'm bo mezhegezh e netra, met penaos en holl fiziańs e vo rentet gloar da Grist em c'horf c'hoazh bremań evel bepred, pe dre va buhez pe dre va marv.

21  Rak evidon Krist eo ar vuhez, hag ar marv a zo din ur gounid.

22  Met mard eo mat evit va labour bevań er c'hig, n'ouzon ket ar pezh a zlean c'hoantaat.

23  Gwasket on eus an daou du, o kaout ar c'hoant da vont kuit ha da vezań gant Krist, ar pezh a vefe kalz gwelloc'h din,

24  met talvoudusoc'h eo deoc'h e chomfen er c'hig.

25  Anavezout mat a ran e chomin hag e kendalc'hin da vezań ganeoc'h holl, evit ho kreskidigezh hag ho levenez er feiz,

26  evit m'ho po ennon ul lec'h d'en em veuliń gant leunder e Jezuz-Krist, dre va distro en ho touez.

An hevelep stourm

27  Hepmuiken en em renit en un doare dellezek eus Aviel Krist, evit pe e teuin d'ho kwelout pe e vin ezvezant, ma klevin lavarout ac'hanoc'h penaos e talc'hit start en un hevelep spered, o stourm a-gevret gant un hevelep ene evit feiz an Aviel,

28  hep kaout aon e doare ebet eus an enebourien, ar pezh a zo evito ur brouenn a gollidigezh met evidoc'h a silvidigezh, ha kement-se a-berzh Doue.

29  Rak roet eo bet deoc'h ar c'hras, abalamour da Grist, nann hepken da grediń ennań, met c'hoazh da c'houzańv evitań,

30  o ren ur stourm heńvel ouzh an hini ma hoc'h eus va gwelet ennań ha ma'c'h anavezit emaon c'hoazh ennań.

 

Pennad 2

An izelegezh evel Jezuz-Krist

1  Ma'z eus eta ur frealz bennak e Krist, ma'z eus un dic'hlac'har bennak er garantez, ma'z eus ur genunvaniezh bennak a spered, ma'z eus ur vadelezh hag un drugarez bennak,

2  leugnit va levenez, o vezań eus un hevelep sońj, o kaout un hevelep karantez, o vezań eus un hevelep ene, oc'h asantiń d'an hevelep traoł.

3  Na rit netra dre dabut pe dre c'hloar aner, met dre izelegezh ra sello pep hini ac'hanoc'h ouzh ar re all evel o vezań a-us dezhań e-unan.

4  Arabat da bep hini sellout ouzh e c'hounid e-unan, met ivez ouzh hini ar re all.

5  Ra vo ennoc'h an hevelep sońjoł hag ar re a oa e Jezuz-Krist.

6  O vezań e doare Doue, n'en deus ket sellet evel ur preizh da zerc'hel chom par da Zoue,

7  met en em zisteraet eo e-unan, o kemer doare ur servijer hag o tont heńvel ouzh an dud.

8  Hag o wiskań stumm un den, eo en em izelaet e-unan, hag e teuas sentus betek ar marv, zoken betek ar marv war ar groaz.

9  Setu perak ivez Doue en deus e uhelsavet, hag en deus roet dezhań un anv a zo dreist bep anv,

10  evit ma plego pep glin en anv Jezuz, en neńvoł ha war an douar ha dindan an douar,

11  ha ma anzavo pep teod ez eo Jezuz-Krist an Aotrou, da c'hloar Doue an Tad.

Labourit d'ho silvidigezh

12  Evel-se, re garet-mat, evel ma hoc'h eus atav sentet, nann hepken dirazon met bremań muioc'h c'hoazh pa'z on ezvezant, labourit d'ho silvidigezh gant doujańs ha krenadenn,

13  rak Doue eo a laka ennoc'h ar c'hoant hag an ober, hervez e blijadur vat.

14  Grit pep tra hep grozmolat na tabutal,

15  evit ma viot divlam ha disaotr, mibien Doue, didamall e-kreiz ur rummad diroll ha fall, hag en o zouez bezit gwelet evel flammerennoł er bed,

16  o tougen komz ar vuhez, e doare ma c'hellin en em reiń gloar da zeiz Krist, dre ma ne'm bo ket redet en aner na labouret en aner.

17  Ha zoken ma tle va gwad bezań skuilhet evit aberzh ha servij ho feiz, em eus levenez a gement-se, hag en em laouenaan ganeoc'h holl.

18  C'hwi ivez evel-se, ho pet levenez hag en em laouenait ganin.

Timote hag Epafrodit kaset da Filipi

19  Spi am eus en Aotrou Jezuz kas deoc'h prest Timote, evit ma vin me ivez kalonekaet o klevout diwar ho penn.

20  Rak ne'm eus den hag a vefe unanet ganin evit kemer ur gwir preder eus ar pezh a sell ouzhoc'h,

21  rak an holl dud a glask o mad o-unan, ha nann hini Jezuz-Krist.

22  Anavezout a rit ez eo bet amprouet, p'en deus labouret ganin e servij an Aviel, evel ur bugel gant e dad.

23  Spi am eus eta e gas deoc'h kerkent ha ma welin ar stad eus va aferioł,

24  hag ar fiziańs-mań am eus en Aotrou e teuin ivez prest me va-unan.

25  Kredet em eus e oa ret kas deoc'h Epafrodit, va breur, va c'henlabourer ha va c'henvrezeliad, met ivez ho kannad en deus va sikouret em ezhommoł,

26  rak ur c'hoant bras en doa d'ho kwelout holl, hag e oa gwall boaniet dre m'ho poa klevet e oa bet klańv.

27  Klańv eo bet ez-gwir, ha tost d'ar marv, met Doue en deus bet truez outań, ha nann outań hepken met ouzhin-me ivez, evit na'm befe ket glac'har war c'hlac'har.

28  Kaset em eus eta anezhań gant kalz a hast, evit m'ho po levenez ouzh e welout, ha m'em bo nebeutoc'h a dristidigezh.

29  Degemerit-eń eta en Aotrou gant pep levenez, enorit ar seurt tud-se.

30  Rak bet eo tost d'ar marv evit oberenn Krist, o vezań lakaet e vuhez en arvar evit sikour ac'hanon er servij na c'hellec'h ket reiń din hoc'h-unan.

 

Pennad 3

Bezit heńvelerien Paol

1  A-hend-all, va breudeur, en em laouenait en Aotrou. Ne skuizhan ket o skrivań deoc'h an hevelep traoł, hag evidoc'h kement-se eo ho surentez.

2  Diwallit diouzh ar chas, diwallit diouzh al labourerien fall, diwallit diouzh an amdroc'h.

3  Rak ni a zo re an amdroc'h, ni hag a azeul Doue er Spered, ni hag a gavomp hor gloar e Jezuz-Krist, ni ha ne lakaomp ket hor fiziańs er c'hig.

4  Koulskoude e c'hellfen me ivez en em fiziout er c'hig. Mar kred unan bennak en em fiziout er c'hig, me a c'hellfe c'hoazh muioc'h,

5  me, amdroc'het d'an eizhvet deiz, eus gouenn Israel, eus meuriad Benjamin, Hebre ganet eus Hebreed, farizian e-keńver al lezenn,

6  heskiner an Iliz e-keńver ar gred, divlam e-keńver reizhder a zo el lezenn.

7  Met an traoł-se hag a oa din ur gounid, am eus o sellet evel ur c'holl abalamour da Grist.

8  Ya, sellout a ran pep tra evel ur c'holl, abalamour da zreistelezh anaoudegezh Jezuz-Krist va Aotrou. Kollet em eus an holl draoł evitań, hag e sellan outo evel loustoni, evit ma c'hounezin Krist,

9  ha ma vin kavet ennań, o kaout nann va reizhder a zeufe eus al lezenn, met an hini a zeu dre ar feiz eus Krist, ar reizhder a zeu eus Doue dre ar feiz,

10  evit ma'c'h anavezin Krist, ha galloud e zasorc'hidigezh, ha kenlodenn e boanioł, o tont heńvel outań en e varv,

11  evit tizhout, mar gellan, an dasorc'hidigezh a-douez ar re varv.

12  N'eo ket em befe dija erruet betek ar pal, pe e vefen dija en em gavet er parfeted, met redek a ran evit tapout ar priz, evel ma'z on bet tapet ivez gant Jezuz-Krist.

13  Breudeur, evidon ne gredan ket em befe e dapet, met ober a ran un dra: oc'h ankounac'haat ar pezh a zo war va lerc'h, hag o vont etrezek ar pezh a zo araozon,

14  e redan war-zu ar pal evit priz galvidigezh neńvel Doue e Jezuz-Krist.

15  Neuze mard omp-ni holl peurvat, ret eo deomp sońjal evel-se; ha mar sońjit en un doare all diwar-benn un dra bennak, Doue en diskulio deoc'h ivez.

16  Koulskoude, kerzhomp hervez un hevelep reolenn evit an traoł hon eus tizhet, ha dalc'homp an hevelep sońj.

17  Breudeur, bezit holl va heńvelerien, ha sellit ouzh ar re a gerzh hervez ar skouer hoc'h eus ennomp.

18  Rak kalz a zo hag en em ren evel enebourien da groaz Krist, henn lavaret em eus deoc'h alies, ha bremań henn adlavaran en ur ouelań.

19  O diwezh a vo ar gollidigezh, o doue eo o c'hof, o gloar a zo er pezh a ra o mezh, o sońjoł a zo e traoł an douar.

20  Evidomp-ni, emaomp keodedourien an neńv, a-belec'h e c'hortozomp ivez ar Salver, an Aotrou Jezuz-Krist.

21  Eń a gemmo hor c'horf a zismegańs evit e lakaat heńvel ouzh korf e c'hloar, hervez ar galloud en deus da lakaat an holl draoł da blegań dezhań.

 

Pennad 4

Alioł a bep seurt

1  Setu perak, va breudeur karet-mat ha ker-meurbet, va levenez ha va c'hurunenn, chomit start en doare-se en Aotrou, va re garet-mat.

2  Aspediń a ran Evodia hag aspediń a ran Sintich da gaout hevelep sońjoł en Aotrou.

3  Da bediń a ran ivez, va c'henlabourer gwirion, sikour-int, stourmet o deus ganin evit an Aviel, hag ivez gant Klemańs ha va c'henlabourerien all, emań o anvioł el levr a vuhez.

4  En em laouenait bepred en Aotrou, e lavarout a ran adarre, en em laouenait.

5  Ra vo ho touster anavezet gant an holl dud. An Aotrou a zo tost.

6  Na vezit nec'het gant netra, met en holl lec'hioł lakait ho koulennoł da sevel dirak Doue dre bedennoł hag aspedennoł, ha gant trugarekadennoł,

7  ha peoc'h Doue, o trec'hiń pep skiant, a viro ho kalonoł hag ho sońjoł e Jezuz-Krist.

8  A-hend-all, breudeur, kement a zo gwirion, kement a zo onest, kement a zo reizh, kement a zo glan, kement a zo karantezus, kement a zo a vrud vat, hag a zo ennań ur vertuz bennak hag a zo dellezek a veuleudi, ra zalc'ho an holl draoł-se en ho sońjoł.

9  An traoł-se hoc'h eus desket, resevet, klevet diganin, hag hoc'h eus gwelet ennon, grit-int, hag an Doue a beoc'h a vo ganeoc'h.

Trugarekadenn evit an donezonoł

10  Laouenaet kalz on bet en Aotrou dre ma hoc'h eus lakaet da advleuniań ho preder evidon a-benn ar fin. Evit gwir, sońjal a raec'h ennon, met an tu a vanke deoc'h.

11  Ne lavaran ket kement-se en abeg da'm faourentez, desket em eus bezań laouen gant ar stad m'en em gavan enni.

12  Gouzout a ran bezań en izelegezh ha gouzout a ran bezań er fonnder. En holl ha dre holl em eus desket bezań leuniet ha kaout naon, bezań er fonnder ha bezań en dienez.

13  Gallout a ran pep tra dre Grist a nerzheka ac'hanon.

14  Koulskoude mat hoc'h eus graet o kemer lod em glac'har.

15  Anavezout mat a rit ivez, c'hwi Filipiz, penaos e penn-kentań prezegerezh an Aviel pa'z on aet kuit eus Makedonia, Iliz ebet n'he deus roet din ha ne'm eus resevet digant hini ebet, nemet diganeoc'h.

16  Ha pa oan e Tesalonike, hoc'h eus kaset din ur wech, ha div wech zoken, peadra da bourvezań da'm ezhommoł.

17  N'eo ket e klaskfen an donezonoł, met klask a ran ar frouezh a gresk evit ho kounid.

18  Resevet em eus pep tra hag emaon er fonnder. Karget on bet a vadoł o resev dre Epafrodit ar pezh a zeu diganeoc'h, evel ur c'hwezh dudius, un aberzh degemeret ha kavet mat gant Doue.

19  Va Doue a bourvezo d'hoc'h holl ezhommoł hervez e binvidigezh, ha gant gloar, e Jezuz-Krist.

20  Da Zoue hon Tad ra vo ar c'hloar e kantvedoł ar c'hantvedoł! Amen.

Saludoł da glozań

21  Saludit an holl sent e Jezuz-Krist. Ar vreudeur a zo ganin a salud ac'hanoc'h.

22  An holl sent a salud ac'hanoc'h, dreist-holl ar re eus ti Kezar.

23  Gras hon Aotrou Jezuz-Krist ra vo ganeoc'h holl! Amen.