LIZHER PAOL D'AR

C'HALATED

 

Pennad 1

1  Paol, abostol, nann a-berzh an dud na dre un den bennak, met dre Jezuz-Krist ha Doue an Tad en deus e adsavet a-douez ar re varv,

2  hag an holl vreudeur a zo ganin, da Ilizoł Galatia:

3  Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh Doue an Tad hag hon Aotrou Jezuz-Krist,

4  a zo en em roet e-unan evit hor pec'hedoł evit hon tennań eus ar c'hantved breinus-mań, hervez bolontez Doue hon Tad,

5  dezhań ra vo ar gloar e kantvedoł ar c'hantvedoł! Amen.

N'eus Aviel all ebet

6  Souezhet on ho pefe dilezet ken buan an hini en deus ho kalvet da c'hras Krist evit heuliań un aviel all,

7  n'eo ket ma'z eus unan all, met bez' ez eus tud ouzh ho trubuilhań hag a fell dezho fallaat Aviel Krist.

8  Ha pa brezegfemp deoc'h ni hon-unan pe un ael eus an neńv un aviel disheńvel diouzh an hini hon eus prezeget deoc'h, ra vo milliget!

9  Evel ma hon eus dija lavaret, henn lavarout a ran adarre bremań: mar prezeg deoc'h unan bennak un aviel disheńvel diouzh an hini hoc'h eus resevet, ra vo milliget!

10  Rak daoust ha klask a ran kendrec'hiń an dud pe Doue ? Ha klask a ran plijout d'an dud? Mar deufen da blijout d'an dud, ne vefen ket servijer Krist.

Paol galvet gant Doue

11  Disklźriań a ran deoc'h, breudeur, an Aviel am eus prezeget n'eo ket eus an dud,

12  rak ne'm eus ket e resevet nag e zesket digant un den, met dre un diskuliadur a-berzh Jezuz-Krist.

13  Klevet hoc'h eus penaos e oa gwechall va c'hundu er yuzeverezh, gant pegement a nerzh e heskinen Iliz Doue hag e wasten anezhi,

14  ha penaos ez aen pelloc'h er yuzeverezh eget meur a hini eus va oad hag eus va bro, o vezań douget dreist an holl evit hengounioł va zadoł.

15  Met pa'z eo bet plijet gant Doue, en doa va dibabet adalek kof va mamm hag en deus va galvet dre e c'hras,

16  diskuliań e Vab ennon evit ma prezegfen anezhań e-touez ar baganed, kerkent, ne selaouis nag ar c'hig nag ar gwad

17  ha ne bignis ket da Jeruzalem da gavout ar re a oa bet ebestel a-raok din, met mont a ris da Arabia, ha goude e tistrois adarre da Zamask.

18  Tri bloavezh goude, e pignis da Jeruzalem da welout Pźr hag e chomis gantań pemzek devezh,

19  met ne welis hini eus an ebestel all, nemet Jakez breur an Aotrou.

20  Er pezh a skrivan deoc'h, setu, dirak Doue n'eus gaou ebet.

21  Goude-se ez is da vroioł Siria ha Kilisia,

22  met ne oan ket anavezet dre va dremm gant Ilizoł Judea a zo e Krist.

23  An dra-mań hepken o doa klevet: An hini en doa hon heskinet gwechall, a brezeg bremań ar feiz a ziskare diagent.

24  Ha e roent gloar da Zoue abalamour din.

 

Pennad 2

Pevarzek vloaz goude, ...

1  Pevarzek vloaz goude, e pignis a-nevez da Jeruzalem gant Barnabaz hag e kemeris ivez Tit ganin.

2  Mont a ris di hervez un diskuliadur, hag e tisklźris dirazo an Aviel a brezegen e-touez ar baganed, hag e tisklźris anezhań dreist-holl d'ar re a zo evel kolonennoł, gant aon da redek pe da vezań redek en aner.

3  Ha Tit e-unan, hag a oa ganin, ne voe ket rediet da vezań amdroc'het, petra bennak ma oa Gresian.

4  Ha kement-se a c'hoarvezas abalamour d'ar fals-vreudeur antreet e kuzh en hon touez, deuet e-barzh evit spiań al librentez hon eus e Jezuz-Krist, hag evit hol lakaat e sklaverezh.

5  Ne fellas ket deomp plegań ur pennadig hepken dezho, evit ma vije kendalc'het ar wirionez eus an Aviel en ho touez.

6  E-keńver ar re a zo kontet evit bezań tud a-bouez, ne sell ket ouzhin petra int bet gwechall rak Doue ne ra diforc'h ebet e-touez an dud, ar re a zo kontet evit bezań a-bouez n'o deus lavaret netra din.

7  Er c'hontrol, pa weljont e oa bet fiziet ennon an Aviel evit ar re ziamdroc'h evel ma oa bet e Pźr evit an amdroc'hidi,

8  rak an hini en deus labouret e Pźr evit e lakaat da abostol an amdroc'hidi en deus labouret ennon ivez evit ar baganed,

9  ha pa anavezjont ar c'hras a oa bet roet din, Jakez, Kefaz ha Yann, int hag a zo sellet evel kolonennoł, a roas din ha da Varnabaz an dorn a gevredigezh, evit ma'z ajemp, ni etrezek ar baganed, int etrezek an amdroc'hidi.

10  Dleout a raemp hepken kaout sońj eus ar beorien, hag em eus henn graet gant aked.

Paol a eneb ouzh Pźr

11  Met pa zeuas Pźr da Antioch, me a enebas outań a-dal, dre ma telleze bezań tamallet.

12  Rak a-raok ma oa deuet hiniennoł a-berzh Jakez, e tebre gant ar baganed. Met adalek ma oant erruet, en em dennas ha en em zalc'has pell diganto o kaout aon rak an amdroc'hidi.

13  Hag asambles gantań ar Yuzevien all a heulias e bilpouzerezh, en hevelep doare ma voe sachet Barnabaz zoken en o filpouzerezh.

14  Pa welis ne gerzhent ket eeun hervez wirionez an Aviel, e lavaris da Bźr dirazo holl: Te a zo ur Yuzev, mar bevez evel ar baganed ha nann evel ar Yuzevien, perak e rediez ar baganed da vevań evel ar Yuzevien?

15  Ni, Yuzevien a c'hanedigezh ha nann pec'herien a-douez ar baganed,

16  oc'h anavezout n'eo ket reishaet an den dre oberoł al lezenn met dre ar feiz eus Jezuz-Krist, hon eus hon-unan kredet e Jezuz-Krist, evit bezań reishaet dre ar feiz e Krist ha nann dre oberoł al lezenn, rak kig ebet ne vo reishaet dre oberoł al lezenn.

17  Met e-pad ma'z omp o klask bezań reishaet dre Grist, mar degouezhfe deomp-ni hon-unan bezań kavet pec'herien, daoust ha Krist a vefe eta ministr ar pec'hed? N'eo ket!

18  Rak mar adsavan an traoł am eus distrujet, en em zisklźrian va-unan un torrer eus al lezenn,

19  rak dre al lezenn eo ez on marv d'al lezenn, evit bevań da Zoue.

20  Kroazstaget on bet asambles gant Krist ha, mar bevan, n'eo ket me ken a vev met Krist eo a vev ennon. Mar bevan c'hoazh er c'hig, e vevan dre ar feiz e Mab Doue en deus va c'haret hag a zo en em roet e-unan evidon.

21  Ne gasan ket da netra gras Doue, rak mar deu ar reizhder eus al lezenn, Krist eta a zo marvet en aner.

 

Pennad 3

Al lezenn hag ar feiz

1  O Galated diskiant! Piv en deus ho strobinellet evit na sentfec'h ken ouzh ar wirionez, c'hwi hag a zo bet diskouezet Jezuz-Krist ken sklaer dirak ho taoulagad evel kroazstaget ennoc'h?

2  Fellout a ra din gouzout an dra-mań hepken diganeoc'h: Ha resevet hoc'h eus ar Spered dre oberoł al lezenn, pe dre brezegerezh ar feiz?

3  Ha ken diskiant oc'h deuet? Goude bezań kroget gant ar Spered, daoust hag e fell deoc'h peurechuiń bremań gant ar c'hig?

4  Ha gouzańvet hoc'h eus kement en aner, mar d-eo koulskoude en aner?

5  An hini eta a ro deoc'h ar Spered hag a ra mirakloł en ho touez, hag ober a ra kement-se dre oberoł al lezenn pe dre brezegerezh ar feiz?

6  Evel ma kredas Abraham e Doue ha ma voe kement-se kontet dezhań da reizhder,

7  gouezit eta penaos ar re o deus ar feiz a zo mibien Abraham.

8  Ar Skritur, o rakwelout e reishaje Doue ar baganed dre ar feiz, he deus kemennet diagent an Aviel da Abraham, o lavarout: An holl vroadoł a vo benniget ennout!

9  Dre-se ar re a gred a zo benniget asambles gant Abraham an den-a-feiz.

10  Met ar re holl en em stag ouzh oberoł al lezenn a zo dindan ar vallozh, rak skrivet eo: Milliget eo kement den ha na gendalc'h ket en holl draoł a zo skrivet e levr al lezenn evit ober anezho.

11  Ha penaos den na vo reishaet dirak Doue dre al lezenn, kement-se a zo sklaer abalamour: An den reizh a vevo dre ar feiz.

12  Hogen al lezenn ne zeu ket eus ar feiz, met e lavar: An den a raio an traoł-se a vevo drezo.

13  Krist en deus hon dasprenet eus mallozh al lezenn, o vezań bet graet mallozh evidomp, rak skrivet eo: Milliget eo kement hini a zo krouget ouzh ar c'hoad,

14  evit ma en em skuilhje bennozh Abraham war ar baganed dre Jezuz-Krist ha ma resevjemp dre ar feiz ar Spered a oa bet prometet.

Al lezenn hag ar bromesa

15  Breudeur, komz a ran e doare an dud, pa vez startaet un emglev zoken gant tud, ne zeu den all ebet d'e derriń pe da lakaat un dra bennak ouzhpenn warnań.

16  Hogen ar promesaoł a zo bet graet da Abraham ha d'e lignez. N'eo ket lavaret: D'e lignezoł, evel pa vije bet meur a hini, met evel pa vije unan hepken: Ha da'z lignez, da lavarout eo Krist.

17  Setu ar pezh a lavaran: Diwar-benn un emglev a oa bet a-ziaraok startaet gant Doue e Krist, al lezenn, deuet pevar c'hant tregont vloaz goude, n'he deus ket gallet e freuzań ha terriń ar bromesa.

18  Rak mar deufe an hźrezh dre al lezenn, ne vefe ken dre ar bromesa. Met Doue en deus e roet da Abraham dre ar bromesa.

19  Perak eta al lezenn? Lakaet eo bet abalamour d'an disentidigezh, betek donedigezh al lignez a oa bet graet ar bromesa dezhi. Embannet eo bet dre aeled ha dre zorn un hanterour.

20  Hogen an hanterour n'eo ket etre unan hepken, met Doue a zo unan hepken.

21  Ha bez' emań eta al lezenn a-enep promesaoł Doue? N'eo ket! Ma vije bet roet ul lezenn hag a c'hellje reiń ar vuhez, ar reizhder a zeuje e gwirionez eus al lezenn.

22  Met ar Skritur he deus serret pep tra dindan ar pec'hed, evit ma vije roet ar bromesa dre ar feiz eus Jezuz-Krist d'ar re a gred.

23  A-raok ma teuas ar feiz, e oamp serret dindan dalc'h al lezenn, e sell d'ar feiz a dlee bezań diskuliet.

24  Evel-se al lezenn a zo bet hor rener en deus hon degaset da Grist, evit ma vijemp reishaet dre ar feiz.

25  Met ar feiz o vezań deuet, n'emaomp ken dindan ar rener-se.

N'out ket sklavour ken, met mab

26  Rak holl oc'h mibien da Zoue dre ar feiz e Jezuz-Krist,

27  c'hwi-holl hag a zo bet badezet e Krist, hoc'h eus gwisket Krist warnoc'h.

28  N'eus ken na Yuzev na Gresian, n'eus ken na sklavour na den frank, n'eus ken na gwaz na gwreg, rak holl emaoc'h unan e Jezuz-Krist.

29  Ha mar d-oc'h da Grist, ez oc'h lignez Abraham hag an heritourien hervez ar bromesa.

 

Pennad 4

1  Hogen e lavaran penaos keit ha ma'z eo an heritour bugel, n'eo disheńvel e netra diouzh ur sklavour, petra bennak ma'z eo mestr a bep tra,

2  met emań dindan renerien ha kulatored betek an amzer merket gant an tad.

3  Evel-se ni ivez, pa oamp bugale, e oamp dindan sklavelezh kentań kentelioł ar bed.

4  Met pa'z eo deuet an amzerioł merket, Doue en deus kaset e Vab, ganet eus ur wreg, ganet dindan al lezenn,

5  evit dasprenań ar re a oa dindan al lezenn hag evit ober ac'hanomp e advibien.

6  Ha dre ma'z oc'h mibien, Doue en deus kaset en ho kalonoł Spered e Vab o krial: Abba! Tad!

7  Dre-se n'out ken ur sklavour met ur mab, ha mar d-out ur mab, ez out ivez heritour da Zoue dre Grist.

Paol chalet gant ar C'halated

8  Gwechall, evit gwir, dre ma n'anavezec'h ket Doue, e servijec'h doueed ha n'int ket doueed dre o natur,

9  met bremań pa hoc'h eus anavezet Doue, pe kentoc'h pa'z oc'h bet anavezet gant Doue, penaos e tistroit c'hoazh d'ar c'hentań kentelioł dinerzh ha paour-se a fell deoc'h en em lakaat dindano a-nevez?

10  Mirout a rit gant aked an deizioł, ar mizioł, an amzerioł hag ar bloavezhioł.

11  Aon am eus evidoc'h ne'm befe labouret en aner en ho keńver.

12  Breudeur, me ho ped, bezit eveldon, rak me ivez a zo eveldoc'h. N'hoc'h eus graet gaou ebet ouzhin.

13  Gouzout a rit penaos em eus prezeget deoc'h diaraok an Aviel e poanioł ar c'hig,

14  ha n'hoc'h eus ket va disprizet na va zaolet kuit abalamour d'ar poanioł-se em c'hig, met va degemeret hoc'h eus evel un ael eus Doue, hag evel Jezuz-Krist.

15  Petra eta a rae neuze hoc'h eürusted? Rak reiń a ran ouzhoc'h an testeni-mań, penaos ma vije bet posupl, ho pije tennet ho taoulagad evit o reiń din.

16  Ha deuet on eta da vezań hoc'h enebour o lavarout deoc'h ar wirionez?

17  Gredus int evidoc'h met nann gant eeunder, ha fellout a ra dezho ho tistagań diouzhimp evit ma viot gredus evito.

18  Mat eo bezań gredus evit ar mad e pep amzer ha nann hepken pa'z on ganeoc'h en ho touez.

19  Va bugale vihan, gouzańv a ran a-nevez gwentloł ar gwilioud betek ma vo Krist stummet ennoc'h,

20  hag e karfen bezań bremań asambles ganeoc'h ha cheńch va c'homzoł, rak e poan vras on abalamour deoc'h.

An daou emglev: Agar ha Sara

21  Lavarit din, c'hwi hag a fell deoc'h bezań dindan al lezenn, ha n'intentit ket al lezenn?

22  Rak skrivet eo en deus bet Abraham daou vab, unan eus ar sklavourez hag unan eus ar wreg frank.

23  Met hini ar sklavourez a voe ganet hervez ar c'hig, hini ar wreg frank a voe ganet dre ar bromesa.

24  An traoł-mań a zo evel ur skeudenn, rak an div wreg-se a zo an daou emglev. Unan eus Menez Sinai, a c'han evit ar sklavelezh, Agar eo,

25  rak Agar eo Menez Sinai en Arabia, hag e ra unan gant ar Jeruzalem a zo bremań hag a zo e sklavelezh gant he bugale.

26  Met ar Jeruzalem d'an nec'h a zo frank, hi eo a zo mamm deomp holl,

27  rak skrivet eo: En em laouena, sec'henn, te na c'hanez ket, strak ha laosk kriadennoł, te na c'houzańvez ket gwentloł ar gwilioud, rak bugale an hini dilezet a zo niverusoc'h eget re ar wreg he doa ur pried.

28  Evidomp, breudeur, ni a zo bugale ar bromesa evel Izaak,

29  hag evel ma oa neuze heskinet an hini a oa bet ganet hervez ar Spered gant an hini a oa bet ganet hervez ar c'hig, evel-se emań ivez bremań.

30  Ha petra a lavar ar Skritur? Kas kuit ar sklavourez hag he mab, rak mab ar sklavourez n'en devo ket e hźrezh gant mab ar wreg frank.

31  Breudeur, n'omp ket bugale ar sklavourez, met bugale ar wreg frank.

 

Pennad 5

Ar frankiz e Krist

1  Chomit eta start er frankiz en deus Krist ho lakaet dieub enni, ha n'en em lakait ken a-nevez dindan yev ar sklavelezh.

2  Setu, me Paol, a lavar deoc'h penaos mar en em lakait da vezań amdroc'het, Krist ne servijo da netra deoc'h.

3  Hag e testenian adarre da bep den en em laka da vezań amdroc'het, ez eo ret dezhań mirout al lezenn a-bezh.

4  Er-maez eus Krist emaoc'h, c'hwi holl hag en em reisha dre al lezenn, c'hwi a zo kouezhet er-maez eus ar c'hras.

5  Rak evidomp, dre ar Spered, e c'hortozomp eus ar feiz esperańs ar reizhder.

6  Rak e Jezuz-Krist an amdroc'h ne servij da netra, nag an diamdroc'h, met ar feiz o labourat dre ar garantez.

7  Redek mat a raec'h, piv en deus ho harzet ma ne sentit ken ouzh ar wirionez?

8  Al ali-se ne zeu ket eus an hini en deus ho kalvet.

9  Un tamm goell a laka an toaz holl da c'hoiń.

10  Ar fiziańs-mań am eus ennoc'h en Aotrou penaos ne sońjot ket en un doare all. Met an hini a drubuilh ac'hanoc'h a zougo ar poan a gement-se, n'eus forzh piv bennak eo.

11  Evidon-me, breudeur, mar prezegan an amdroc'h, perak ez on c'hoazh heskinet? Neuze ar maen-kouezh eus ar groaz a vefe aet da netra.

12  Ra vo lamet kuit ar re a drubuilh ac'hanoc'h!

Ar vuhez er Spered

13  Breudeur, galvet oc'h bet d'ar frankiz, koulskoude na gemerit ket digarez eus ar frankiz-se evit bevań hervez ar c'hig, met bezit dre garantez servijer an eil d'egile.

14  Rak al lezenn a-bezh a zo peurc'hraet en ur ger hepken, en hemań: Karout a ri da nesań eveldout da-unan.

15  Met mar en em dagit ha mar en em zebrit an eil egile, lakait evezh na vefec'h distrujet an eil gant egile.

16  Lavarout a ran eta: Kerzhit dre ar Spered, ne gasot ket da benn c'hoantoł ar c'hig.

17  Rak ar c'hig en deus c'hoantoł a-enep ar Spered, hag ar Spered en deus re a-enep ar c'hig, an daou a zo kontrol an eil d'egile en hevelep doare ma ne rit ket an traoł a fellfe deoc'h.

18  Mar d-oc'h renet gant ar Spered, n'oc'h ket didan al lezenn.

19  Hogen oberoł ar c'hig a zo anat: bez' int avoultriezh, loustoni, hudurniezh, gadaliezh,

20  idolerezh, sorserezh, kasoni, enebiezh, gwarizi, fulor, tabutoł, disranniezh, falskredennoł,

21  avioł, muntroł, mezventi, dirolladegoł, hag traoł heńvel outo. Lavarout a ran deoc'h en a-raok evel ma em eus dija lavaret, penaos ar re a ra ar seurt traoł-se n'o devo ket rouantelezh Doue da hźrezh.

22  Met frouezh ar Spered a zo karantez, levenez, peoc'h, pasianted, madelezh, hegarated, feiz,

23  douster, mestroni an-unan. Al lezenn n'eo ket a-enep an traoł-se.

24  Ar re a zo da Grist o deus kroazstaget ar c'hig gant e youloł drouk hag e c'hoantegezhioł.

25  Mar bevomp dre ar Spered, kerzhomp ivez dre ar Spered.

26  Na glaskomp ket ur gloar aner, oc'h en em vroudań an eil egile hag o kaout avi an eil ouzh egile.

 

Pennad 6

1  Breudeur, mar degouezh d'un den bezań kavet en ur faot bennak, c'hwi hag a zo speredel, eeunit anezhań gant ur spered a zouster. Laka evezh da-unan gant aon na vefes ivez temptet.

2  Dougit bec'hioł an eil egile hag e peurc'hrot evel-se lezenn Krist.

3  Mar sońj d'un den bezań un dra bennak, pa n'eo netra, en em drompl e-unan.

4  Ra eveshaio pep hini ouzh e oberoł e-unan, neuze en devo un abeg da gavout gloar ennań e-unan ha nann en ar re all,

5  rak pep hini a zougo e vec'h e-unan.

6  An hini a zo kelennet e ger Doue ra roio eta lod eus e vadoł d'an hini a gelenn anezhań.

7  N'en em dromplit ket, ne reer ket goap eus Doue. Ar pezh en devo un den hadet, a vedo ivez.

8  An hini a had evit ar c'hig a vedo eus ar c'hig ar vreinadurezh. Met an hini a had evit ar Spered a vedo eus ar Spered ar vuhez peurbadus.

9  N'en em skuizhomp ket oc'h ober ar mad, rak e vedimp en amzer dereat, ma n'en em zistardomp ket.

10  Dre-se, e-pad ma hon eus al lec'h, greomp ar mad e-keńver an holl ha dreist-holl e-keńver ar re a zo eus tiegezh ar feiz.

11  Gwelit pebezh lizherennoł bras am eus skrivet deoc'h gant va dorn va-unan.

12  Ar re holl a fell dezho plijout hervez ar c'hig a vount ac'hanoc'h start da vezań amdroc'het, ha kement-se hepken evit na vint ket heskinet abalamour da groaz Krist.

13  Rak an amdroc'hidi o-unan ne viront ket al lezenn, met fellout a ra dezho e viot amdroc'het evit kavout gloar en ho kig.

14  Met pell diouzhin ar sońj da gavout gloar e netra all nemet e kroaz hon Aotrou Jezuz-Krist. Drezań ar bed a zo bet kroazstaget evidon, evel ma'z on bet va-unan evit ar bed.

15  Rak e Jezuz-Krist an amdroc'h hag an diamdroc'h n'int netra, met ret eo bezań ur grouadenn nevez.

16  Evit ar re holl a heulio ar reolenn-se, ra vo ar peoc'h hag an drugarez warno ha war Israel Doue!

17  A-hend-all na zeuio den d'ober poan din, rak dougen a ran em c'horf merkoł an Aotrou Jezuz.

Saludoł da glozań

18  Breudeur, ra vo gras hon Aotrou Jezuz-Krist gant ho spered! Amen.