LIZHER D'AN

HEBREED

 

Pennad 1

Krist, diskuliadur Doue

1  Doue, goude bezań gwechall komzet d'hon tadoł meur a wech hag e meur a zoare dre ar brofeded,

2  en deus komzet ouzhimp en amzer diwezhań-mań dre e Vab, a zo bet lakaet gantań da heritour war an holl draoł, drezań ivez en deus krouet ar bed.

3  Hemań a zo splannder skedus e c'hloar hag heńvelder e bersonelezh, derc'hel a ra an holl draoł dre e c'her galloudek. Eń en deus graet e-unan ar c'hlanidigezh eus hor pec'hedoł hag a zo en em azezet a-zehou d'ar Veurdez doueel el lec'hioł uhel-meurbet.

4  Graet eo bet seul-vui uheloc'h eget an aeled ma en deus bet da hźrezh un anv gwelloc'h eget o hini,

5  rak da behini eus an aeled en deus Doue lavaret biskoazh: Te eo va Mab, da c'hanet em eus hiziv? Pe c'hoazh: Me a vo un Tad dezhań, hag eń a vo ur Mab din?

6  Hag adarre, pa zegas er bed ar c'hentań-ganet, e lavar: Ra azeulo holl aeled Doue anezhań.

7  Diwar-benn an aeled, e lavar: Ober a ra eus e aeled speredoł hag eus e servijerien flammoł-tan.

8  Met diwar-benn ar Mab, e lavar: O Doue! Da dron a chomo e kantvedoł ar c'hantvedoł, gwalenn da ren a zo ur walenn a reizhder,

9  karet ec'h eus ar reizhder ha kasaet an direizhder, dre-se, o Doue, da Zoue en deus da olevet gant un eoul a levenez dreist da genseurted.

10  Hag ivez: Te Aotrou, ac'h eus diazezet an douar abaoe ar penn-kentań, an neńvoł a zo labour da zaouarn,

11  da netra e teuint met e chomi, koshaat a raint holl evel ur gwiskamant,

12  te a rollo anezho evel ur vantell hag e vint cheńchet, met te eo an hevelep hini ha da vloavezhioł n'echuint ket.

13  Ha da behini eus an aeled en deus lavaret biskoazh: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid?

14  Ha n'int ket holl speredoł o vinistrań, kaset da seveniń ur servij e-keńver a re a dle kaout ar silvidigezh da hźrezh?

 

Pennad 2

Ur silvidigezh ken bras

1  Rak-se e tleomp en em stagań startoc'h ouzh an traoł hon eus klevet, gant aon na vefemp kollet en diabell.

2  Rak mar d-eo bet galloudus ar gomz prezeget gant an aeled, ha mar o deus resevet pep torridigezh ha pep disentidigezh ur paeamant reizh,

3  penaos e c'hellimp tec'hout kuit mar dilezomp ur silvidigezh ken bras, a zo bet prezeget da gentań gant an Aotrou, a zo bet roet deomp evel gwirion gant ar re o deus e glevet,

4  Doue o nerzhań o zesteni dre sinoł ha burzhudoł, dre veur a virakl ha donezonoł ar Spered-Santel hervez e volontez?

Jezuz, izelaet evit ur pennadig, ha lakaet da vestr war an holl draoł

5  Rak n'en deus ket lakaet dindan galloud an aeled ar bed da zont, a gomzomp diwar e benn.

6  Met unan bennak en ul lech bennak en deus testeniet evel-se: Petra eo an den evit ma ec'h eus sońj anezhań, pe mab an den evit ma parez da sell warnań?

7  Graet ec'h eus anezhań un nebeud izeloc'h eget an aeled, e gurunet ec'h eus gant gloar hag enor, e lakaet ec'h eus da vestr war oberoł da zaouarn,

8  ha lakaet ec'h eus an holl draoł dindan e dreid. Rak Doue, o vezań lakaet an holl draoł dindanań, n'en deus lezet netra na vefe ket dindanań. Met ne welomp ket c'hoazh bremań ez eo pep tra dindanań.

9  Met gwelout a reomp Jezuz kurunet gant gloar hag enor; graet eo bet un nebeud izeloc'h eget an aeled dre ar marv en deus gouzańvet, evit dre c'hras Doue ma anavezje ar marv evit an holl.

10  A-dra-sur, e oa dereat penaos an hini emań an holl draoł evitań ha drezań, o fellout dezhań degas d'ar gloar meur a vibien, a lakaje da vezań peurvat dre boanioł Prińs o silvidigezh.

11  Rak hag an hini a santela hag ar re a zo santelaet a zeu eus unan hepken. Abalamour da-se n'en deus ket mezh ouzh o gervel e vreudeur,

12  en ur lavarout: Kemenn a rin da anv da'm breudeur, meuliń a rin ac'hanout e-kreiz ar vodadenn,

13  ha c'hoazh: Me en em fizio ennań, ha c'hoazh: Setu me amań, me hag ar vugale en deus Doue roet din.

14  Pa o deus eta ar vugale lod er c'hig hag er gwad, eń en deus bet ivez lod e kement-se, evit ma tiskarje dre ar marv an hini en doa ar galloud war ar marv, da lavarout eo an diaoul,

15  ha ma tieubje ar re holl a oa e-pad o buhez dindan ar sklaverezh dre aon rak ar marv.

16  Rak a-dra-sur n'en deus ket sikouret aeled, met sikouret en deus lignez Abraham.

17  Dre-se eo bet ret ma teuje e pep tra heńvel ouzh e vreudeur, evit ma vije ur beleg meur trugarezus ha feal en traoł a sell ouzh Doue, evit dasprenań pec'hedoł ar bobl,

18  rak, o vezań bet temptet e-unan er pezh en deus gouzańvet, e c'hell sikour ar re a zo temptet.

 

Pennad 3

Jezuz dreist da Voizez

1  Rak-se, breudeur santel o deus lod er c'halvidigezh neńvel, eveshait ouzh an abostol hag ar beleg-meur eus ar feiz a anzavomp, Jezuz-Krist,

2  a zo bet feal d'an hini en deus e ziazezet, evel ma voe Moizez ivez en e holl di.

3  Rak kavet eo bet dellezek eus ur gloar dreist hini Moizez, dre ma'z eo brasoc'h enor an hini a sav an ti eget enor an ti e-unan.

4  Pep ti a zo bet savet gant unan bennak, hogen an hini a sav pep tra eo Doue.

5  Moizez e gwirionez a zo bet feal en e holl di evel ur servijer, evit reiń testeni d'ar pezh a dlee bezań lavaret,

6  met Krist a zo bet lakaet evel Mab da vestr war e di, ha ni eo e di, gant ma virimp betek an diwezh ar fiziańs start hag an esperańs a dennomp gloar diouti.

Diskuizh Doue

7  Setu perak, evel ma lavar ar Spered-Santel: Hiziv, mar klevit e vouezh,

8  na galedit ket ho kalonoł evel ma c'hoarvezas e-doug an enebiezh e deiz an temptadur el lec'h distro,

9  e-lec'h ho tadoł a demptas ac'hanon, a amprouas ac'hanon hag a welas va oberoł e-pad daou-ugent vloaz.

10  Dre-se e voen imoret a-enep ar rummad-se hag em eus lavaret: O c'halon en em ziank bepred ha n'o deus ket anavezet va hentoł.

11  Touet em eus eta em c'hounnar: N'antreint ket em diskuizh.

12  Breudeur, diwallit n'en defe unan bennak ac'hanoc'h ur galon fall ha diskredik, hag na drofe kein d'an Doue bev.

13  Met en em gennerzhit an eil egile bemdez, e-pad ma'z eo lavaret: Hiziv. Evel-se ra n'en em galedfe unan bennak ac'hanoc'h dre dromplerezh ar pec'hed.

14  Rak deuet omp da vezań lodennek e Krist, gant ma virimp start betek an diwezh hor fiziańs kentań,

15  e-pad ma'z eo lavaret: Hiziv, mar klevit e vouezh, na galedit ket ho kalonoł evel ma c'hoarvezas e-doug an enebiezh.

16  Piv a voe a re a enebas goude bezań klevet, nemet ar re holl a zeuas kuit eus Ejipt dindan renerezh Moizez?

17  Hag a-enep piv e voe Doue imoret e-pad daou-ugent vloaz, nemet a-enep ar re a bec'has hag a gouezhas o c'horfoł el lec'h distro?

18  Ha da biv e touas n'antrejent ket en e ziskuizh, nemet d'ar re a oa disent?

19  Evel-se e welomp penaos ne c'helljont ket antreal abalamour d'o diskredoni.

 

Pennad 4

1  Hor bezet aon eta, pa'z eo bet lezet ganeomp ur bromesa d'antreal en e ziskuizh, n'en defe diskouezet unan bennak ac'hanoc'h bezań he dilezet.

2  Rak ar c'heloł mat a zo bet kemennet deomp koulz ha dezho, met ar ger o deus klevet n'eo ket bet talvoudus dezho rak n'eo ket bet ar feiz kevret er re o deus klevet.

3  Evidomp-ni hon eus kredet, ec'h antreomp en diskuizh, hervez ar pezh en deus lavaret: Evel ma em eus touet em c'hounnar, n'antreint ket em diskuizh. Koulskoude e oberoł a oa peurc'hraet abaoe krouidigezh ar bed.

4  Rak komzet en deus evel-se en ul lec'h bennak diwar-benn ar seizhvet deiz: Doue a ziskuizhas er seizhvet deiz eus e holl oberoł.

5  Hag amań c'hoazh: N'antreint ket em diskuizh.

6  Pa'z eo gwir eta ec'h antreo hiniennoł e-barzh, ha pa n'eo ket antreet ar re a oa bet graet dezho da gentań ar bromesa abalamour d'o diskredoni,

7  Doue a verk a-nevez un devezh dre ar ger-mań: Hiziv, o lavarout dre Zavid ken pell goude, evel ma'z eo lavaret uheloc'h: Hiziv, mar klevit e vouezh, na galedit ket ho kalonoł.

8  Rak m'en dije Jezuz (pe Jozue, hevelep anv e gresianeg) o c'haset en diskuizh, ne gomzje ket goude-se eus un devezh all.

9  Chom a ra eta un diskuizh a sabad evit pobl Doue.

10  Rak antreet eo en e ziskuizh hag e tiskuizh eus e oberoł evel ma reas Doue eus e re.

11  En em akedomp eta da antreal en diskuizh-se, gant aon na gouezhfe unan bennak en un hevelep diskredoni.

12  Rak ger Doue a zo bev ha nerzhus, lemmoc'h eget kleze a zaou droc'h ebet, o treuziń betek disparti an ene diouzh ar spered, ar juntoł diouzh ar mel, hag o merzhout sońjezonoł ha mennadoł ar galon.

13  N'eus krouadur ebet hag a vefe kuzhet dirazań, met an holl draoł a zo en noazh ha dizolo da zaoulagad an hini e tleomp rentań kont dezhań.

Jezuz, hor beleg-meur

14  Peogwir eta hon eus ur beleg meur en deus treuzet an neńv, Jezuz Mab Doue, dalc'homp start hon anzavadenn a feiz.

15  Rak n'hon eus ket ur beleg-meur na c'hellfe ket kaout truez d'hon dinerzhded, er c'hontrol temptet eo bet eveldomp en holl draoł, met hep pec'hiń.

16  Tostaomp eta gant fiziańs ouzh tron ar c'hras, evit kaout trugarez ha kavout gras, hag evit bezań sikouret en amzer dereat.

 

Pennad 5

1  Rak pep beleg-meur kemeret e-touez an dud a zo lakaet evit an dud e traoł a sell ouzh Doue, evit ma kinnigo profoł hag aberzhoł evit ar pec'hedoł.

2  Gallout a ra kaout truez ouzh ar re a zo en diouiziegezh hag en errol, peogwir eo eń ivez e-unan e-kreiz an dinerzhded.

3  Abalamour da gement-se e tle kinnig aberzhoł evit e bec'hedoł e-unan, kenkoulz hag evit re ar bobl.

4  Den ne c'hell kemer an enor-se anezhań e-unan, nemet an hini a zo galvet gant Doue evel Aaron.

5  Evel-se ivez Krist n'en deus ket kemeret evitań e-unan ar gloar da vezań beleg-meur, met resevet en deus digant an hini en deus lavaret: Te eo va Mab, da c'hanet em eus hiziv.

6  Evel ma lavar ivez en ul lec'h all: Te a zo beleg da viken hervez urzh Melkizedek.

7  Eń eo an hini, e-pad deizioł e gig, o vezań kinniget pedennoł ha goulennoł gant kriadennoł bras ha gant daeroł d'an hini a c'helle e saveteiń eus ar marv, hag o vezań bet selaouet en abeg d'e zoujańs Doue,

8  en deus desket ar sentidigezh dre an traoł en deus gouzańvet, petra bennak ma oa Mab.

9  Bet lakaet da vezań peurvat, eo deuet da vezań an oberour eus ur silvidigezh peurbadus evit ar re holl a sent outań,

10  Doue o vezań e zisklźriet beleg-meur hervez urzh Melkizedek.

Al laezh hag ar boued kreńv

11  Kalz a draoł hon eus da lavarout diwar-benn kement-se, ha traoł diaes da zisplegań, dre ma'z oc'h deuet gorrek da gompren.

12  Rak e-lec'h ma tlejec'h abaoe pell zo bezań mistri, ezhomm hoc'h eus c'hoazh da zeskiń ar c'hentelioł kentań eus komzoł Doue, hag oc'h deuet da gaout ezhomm a laezh kentoc'h eget a voued kreńv.

13  Hogen an hini a zo maget gant laezh ne gompren ket ger ar reizhder, rak ur bugel bihan eo.

14  Met ar boued kreńv a zo evit an dud en oad, evit ar re hag o deus dre gustum o skiant doareet da ziforc'hiń ar mad diouzh an droug.

 

Pennad 6

1  Setu perak, o lezel ar c'hentelioł kentań eus Krist, en em roomp d'ar barfeted, hep lakaat a-nevez an diazez eus nac'hidigezh an oberoł marv, eus ar feiz e Doue,

2  eus kelennadurezh ar badeziantoł, eus al lakadur-daouarn, eus an adsavidigezh a-douez ar re varv hag eus ar varn peurbadus.

3  Kement-se eo ar pezh a raimp, mar plij gant Doue.

Arabat mont war-gil

4  Rak ar re a zo bet ur wech sklźrijennet, o deus tańvaet an donezon neńvel, o deus bet o lod er Spered-Santel,

5  o deus tańvaet ger mat Doue ha galloudoł ar bed da zont,

6  hag a zo kouezhet, ne c'heller ken o adneveziń hag o degas d'ar geuzidigezh, peogwir e stagont ouzh ar groaz a-nevez evito o-unan Mab Doue, o lakaat anezhań e gwel d'an dismegańs.

7  Rak un douar douret gant ar glav a gouezh warnań alies hag a ro geot mat d'ar re a labour anezhań, a resev ur vennozh digant Doue,

8  met an hini a ro drein hag askol, a zo dianzavet ha prest da vezań milliget; e ziwezh eo bezań devet.

9  Koulskoude, re garet-mat, e c'hortozomp diganeoc'h traoł gwelloc'h hag a sell ouzh ar silvidigezh, petra bennak ma komzomp evel-se.

10  Rak Doue n'eo ket direizh evit ankounac'haat hoc'h oberoł ha labour ho karantez hoc'h eus diskouezet evit e anv, o vezań sikouret hag o sikour c'hoazh ar sent.

11  Fellout a ra deomp e tiskouezfe pep hini ac'hanoc'h un hevelep aked, da virout betek an diwezh ur fiziańs leun en esperańs,

12  evit na zeuot ket didalvez, met ma teuot heńvel ouzh ar re o deus ar promesaoł da hźrezh dre ar feiz ha dre ar basianted.

Diarvar promesa Doue

13  Pa reas Doue ar bromesa da Abraham, evel na c'helle ket touiń dre unan brasoc'h, e touas drezań e-unan

14  hag e lavaras: Me a vennigo ac'hanout a-dra-sur, hag e kreskin ac'hanout a-dra-sur.

15  Evel-se eo e resevas ar bromesa, o vezań gortozet gant dalc'husted.

16  An dud avat a dou dre un hini a zo brasoc'h egeto, hag ul le evit asurań an traoł a echu an holl dislavaroł.

17  Dre-se Doue, o c'hoantaat diskouez gwelloc'h c'hoazh da heritourien ar bromesa digemm e vennad, a reas gant ul le,

18  evit ma hor bo ur frealz galloudek, dre an daou dra digemmus-se na c'hell ket Doue gaouiadiń enno, ni hag a glask ur repu e perc'hennidigezh nerzhus an esperańs kinniget deomp.

19  Mirout a reomp an esperańs-se evel un eor eus hon ene, sur ha start, hag a ya e diabarzh ar ouel,

20  e-lec'h ma'z eo Jezuz antreet evidomp evel un diaraoger, o vezań bet graet beleg-meur peurbadus hervez urzh Melkizedek.

 

Pennad 7

Melkizedek, skeudenn Krist

1  Ar Melkizedek-se, roue Salem, beleg an Doue Uhel-Meurbet, a yeas war arbenn da Abraham pa zistroe goude bezań trec'het ar rouaned, a vennigas anezhań,

2  hag a resevas ivez digant Abraham an deog eus kement en doa kemeret, a dalv da lavarout da gentań roue ar reizhder hervez e anv, ouzhpenn a oa roue Salem da lavarout eo roue a beoc'h,

3  a zo hep tad, hep mamm, hep lignez, hep deroł a zeizioł na ziwezh a vuhez, met a zo rentet heńvel ouzh Mab Doue, a chom beleg da viken.

4  Bremań eveshait pegen bras eo an hini a voe roet dezhań gant an uheldad Abraham an deog eus ar preizhadur.

5  Ar re eus mibien Levi a ra ar garg a velegiezh o deus an urzh, hervez al lezenn, da sevel an deog war ar bobl, da lavarout eo war o breudeur deuet koulskoude eus lounezhi Abraham,

6  met eń, ha ne oa ket eus an hevelep tiegezh evelto, a savas an deog war Abraham, hag a vennigas an hini en doa ar promesaoł.

7  Hogen, hep dislavar, an hini bihanań eo a zo benniget gant an hini brasań.

8  Amań eo tud varvel hag a sav an deog, met aze eo testeniet penaos an hini en resev a zo bev.

9  Ouzhpenn, Levi, a sav an deog, en deus ivez paeet anezhań dre Abraham, koulz lavarout,

10  rak e oa c'hoazh e lounezhi e dad, pa yeas Melkizedek war arbenn dezhań.

11  Mar bije eta ar barfeted en em gavet e belegiezh Levi, rak dindan houmań eo a zo bet roet al lezenn d'ar bobl, petra e oa ezhomm c'hoazh ma savje ur beleg all hervez urzh Melkizedek ha nann hervez urzh Aaron?

12  Hag ar velegiezh o vezań cheńchet, e oa ret ivez ma vije ur cheńchamant a lezenn.

13  Rak an hini a vez lavaret kement-se diwar e benn a zo eus ur meuriad all, dioutań den ebet n'en deus servijet ouzh an aoter.

14  Sklaer eo penaos hon Aotrou a zo deuet eus Juda, meuriad n'en deus lavaret Moizez netra diwar e benn e-keńver ar velegiezh.

15  Kement-se a zeu meurbet anatoc'h pa en em sav ur beleg hervez heńveledigezh Melkizedek,

16  a zo bet lakaet en e garg nann hervez ul lezenn eus ur gourc'hemenn kigel met hervez galloud ur vuhez peurbadus,

17  rak testeniet eo: Te a zo beleg da viken hervez urzh Melkizedek.

18  Evel-se ar gourc'hemenn kentań a zo bet torret abalamour d'e zic'halloudegezh ha d'e zidalvoudegezh,

19  rak al lezenn n'he deus degaset netra d'ar barfeted. Lakaet eo bet en e lec'h un esperańs gwelloc'h, hag en em dostaomp ouzh Doue drezi.

20  Ha n'eo ket bet lakaet en e garg hep le,

21  rak ar re all a zo bet lakaet beleien hep le, met hemań a zo bet lakaet en e garg gant al le eus an hini en deus lavaret dezhań: An Aotrou en deus touet ha n'en em dislavaro ket, te a zo beleg da viken hervez urzh Melkizedek.

22  Jezuz a zo evel-se deuet kret eus un emglev kalz gwelloc'h.

23  Ouzhpenn e-keńver ar veleien, ez eus bet un niver bras anezho, rak ar marv en deus miret outo da chom atav.

24  Met eń, dre ma chom da viken, en deus ur velegiezh na dremeno ket.

25  Dre-se e c'hell salviń ervat ar re a dosta ouzh Doue drezań, pa'z eo bev bepred evit erbediń evito.

26  Hag e oa ret deomp kaout un hevelep beleg-meur, santel, digablus, dinamm, dispartiet diouzh ar bec'herien, savet dreist an neńvoł,

27  n'en deus ket ezhomm, evel ar veleien-veur, da ginnig bemdez aberzhoł, da gentań evit e bec'hedoł e-unan, ha goude evit re ar bobl, rak graet en deus kement-se ur wech oc'h en em ginnig e-unan.

28  Rak al lezenn a laka beleien-veur tud hag a zo dinerzh, met ger al le, deuet war-lerc'h al lezenn, a laka ar Mab hag a zo peurvat da viken.

 

Pennad 8

Jezuz, beleg-meur an emglev nevez

1  An dra pennań eus ar pezh hon eus lavaret, eo ma hon eus un hevelep beleg-meur, a zo en em azezet a-zehou da dron ar Veurdez en neńvoł,

2  hag a zo ministr eus ar santual hag eus an tabernakl gwirion savet gant an Aotrou ha nann gant un den.

3  Pep beleg-meur a zo lakaet en e garg evit kinnig profoł hag aberzhoł, dre-se eo ret en defe ivez hemań un dra bennak da ginnig.

4  Mar bije-eń war an douar, ne vije ket beleg zoken, o vezań ma ez eus beleien a ginnig ar profoł hervez al lezenn

5  hag a ra ur servij, eiladur ha skeud eus an traoł neńvel, hervez an urzh roet gant Doue da Voizez pa dlee sevel an tabernakl, rak lavaret eo bet dezhań: Laka evezh d'ober pep tra hervez ar skouer a zo bet diskouezet dit war ar menez.

6  Met bremań en deus resevet ur ministrerezh kement uheloc'h ma'z eo an hanterour eus un emglev kalz gwelloc'h hag a zo bet savet war gwelloc'h promesaoł.

7  Rak ma vije bet an emglev kentań hep si, ne vije ket bet lec'h evit un eilvet.

8  Lavaret eo bet dezho evel un tamall: Setu, an deizioł a zeuio, eme an Aotrou, ma rin un emglev nevez gant ti Israel ha gant ti Juda,

9  nann un emglev evel an hini am eus graet gant o zadoł en deiz ma em eus kemeret anezho dre an dorn hag em eus tennet anezho eus bro Ejipt; rak n'o deus ket kendalc'het em emglev hag em eus o dilezet, eme an Aotrou.

10  Met setu an emglev a rin gant ti Israel: Goude an deizioł-se, eme an Aotrou, e lakain va lezennoł en o sońjoł hag e skrivin anezho war o c'halonoł, me a vo o Doue hag int a vo va fobl.

11  Den ne gelenno mui nag e nesań nag e vreur o lavarout: Anavez an Aotrou. Rak an holl am anavezo, adalek an hini bihanań betek an hini brasań,

12  dre ma vin trugarezus e-keńver o direizhder ha ne'm bo ken sońj eus o fec'hedoł nag eus o fallentezioł.

13  O komz diwar-benn un emglev nevez, e tisklźrias e oa kozh an hini kentań. Hag ar pezh a zo deuet da vezań hen ha koshaet, a zo prest da vont da get.

 

Pennad 9

Aberzh nemetań Krist evit an holl

1  An emglev kentań en doa ivez eta gourc'hemennoł diwar-benn al lid doueel hag ar santual douarel.

2  Un tabernakl kentań a zo bet savet, ma oa ennań ar c'hantolor, an daol hag ar baraoł a ginnig; galvet e oa al lec'h santel.

3  En tu all d'an eil gouel e oa an tabernakl galvet sant ar sent,

4  eno e oa an aoter aour evit an ezańs hag arc'h an emglev holl c'holoet a aour, e-lec'h ma oa ul lestr aour hag ennań ar mann, gwialenn Aaron he doa bleuniet ha taolennoł an emglev.

5  Dreist an arc'h e oa cherubined ar gloar, o c'holeiń gant o skeud al lec'h-a-drugarez, ar pezh n'eo ket ret komz diwar e benn bremań dre ar munud.

6  Hag an traoł-se o vezań evel-se lakaet, ar veleien a ya bepred e-barzh an tabernakl kentań en ur ober al lid,

7  met ar beleg-meur e-unan a ya e-barzh an eilvet ur wech ar bloaz, nann hep dougen gwad kinniget evitań e-unan hag evit pec'hedoł ar bobl.

8  Ar Spered-Santel a ziskouez dre eno penaos hent sant ar sent ne oa ket c'hoazh digor e-keit ha ma chome an tabernakl kentań.

9  Ur skeudenn e oa evit an amzer a-vremań: kinniget e veze profoł hag aberzhoł na c'hellent ket lakaat peurvat e-keńver ar goustiańs an hini a rae al lid,

10  hag a oa hepken gourc'hemennoł kigel, gant bouedoł, evajoł ha meur a walc'hidigezh, lakaet betek an amzer ma vije renevezet pep tra.

11  Met Krist a zo deuet evel beleg-meur eus ar madoł da zont, o vezań tremenet dre un tabernakl brasoc'h ha parfetoc'h n'eo ket bet graet gant dorn an den, da lavarout eo n'eo ket eus ar grouidigezh-mań,

12  aet eo ur wech hepken e sant ar sent, nann gant gwad ar bouc'hed hag hini al leueoł met gant e hini e-unan, o vezań gounezet un dasprenadur peurbadus.

13  Rak mar deu gwad an tirvi hag ar bouc'hed ha ludu un annoar, skuilhet war ar re saotret, a santela anezho e-keńver glanded ar c'hig,

14  pegement muioc'h gwad Krist, hag a zo dre ar Spered peurbadus en em ginniget e-unan dinamm da Zoue, a c'hlanaio ho koustiańs eus an oberoł marv, evit ma servijot an Doue bev.

15  Ha dre-se eo an hanterour eus un emglev nevez, evit, ur wech paeet dre ar marv an torridigezhioł graet dindan an emglev kentań, ma resevo ar re c'halvet ar bromesa eus un hźrezh peurbadus.

16  Rak e-lec'h ma ez eus un testamant, eo ret e vefe prouet marv an testamanter.

17  Rak goude ar marv eo e teu an testamant da vezań talvoudek, peogwir n'en deus nerzh ebet e-pad ma'z eo bev an testamanter.

18  Setu perak an emglev kentań ivez ne voe ket lakaet hep skuilhań gwad.

19  Moizez, goude bezań disklźriet d'an holl bobl ar gourc'hemennoł eus al lezenn en o fezh, a gemeras gwad al leueoł hag ar bouc'hed, gant dour, gloan ruz ha sikadez, hag a sparfas war al levr e-unan ha war an holl bobl,

20  en ur lavarout: Hemań eo gwad an emglev en deus Doue urzhiet evidoc'h.

21  Ober a reas ivez sparfadur gwad war an tabernakl ha war holl listri al lid.

22  An darn vuiań eus an traoł a zo glanaet gant ar gwad hervez al lezenn, hag hep skuilhań gwad n'eus ket a bardon.

23  Ret e oa eta da skeudenn an traoł a zo en neńvoł bezań glanaet en doare-se, met ret e oa d'an traoł neńvel o-unan bezań glanaet gant aberzhoł kalz gwelloc'h c'hoazh.

24  Rak Krist n'eo ket aet e-barzh ur santual graet gant dorn an den evel skeudenn an hini gwirion, met aet eo e-barzh an neńv e-unan, evit en em ziskouez bremań evidomp dirak Doue,

25  nann evit en em ginnig e-unan meur a wech, evel ma'z a bep bloaz ar beleg-meur e sant ar sent gant ur gwad all n'eo ket e hini,

26  rak neuze en dije ranket gouzańv meur a wech abaoe krouidigezh ar bed, met bremań, e diwezh ar c'hantvedoł, eo en em ziskouezet ur wech hepken evit dilemel ar pec'hed oc'h en em aberzhiń e-unan.

27  Hag evel ma'z eo ret d'an dud mervel ur wech, ha goude-se e teu ar varnedigezh,

28  en hevelep doare ivez Krist, o vezań bet kinniget ur wech evit dougen pec'hedoł kalz a dud, en em ziskouezo un eil gwech hep pec'hed d'ar re en gortoz evit ar silvidigezh.

 

Pennad 10

1  Gant al lezenn eta emań skeud ar madoł da zont met n'emań ket eiladur gwirion an traoł; neuze ne c'hell morse, dre an hevelep aberzhoł a ginniger dalc'hmat bep bloaz, peurwellaat ar re a dosta.

2  Anez e vije bet paouezet d'o c'hinnig, abalamour d'ar re a rae al lid, o vezań ur wech glanaet, n'o dije bet ken koustiańs ebet eus o fec'hedoł.

3  Met sońj ar pec'hedoł a zo degaset bep bloaz gant an aberzhoł-se,

4  rak gwad an tirvi hag ar bouc'hed ne c'hell ket lemel ar pec'hedoł.

5  Dre-se, o tont er bed, eń a lavar: Ne'c'h eus c'hoantaet nag aberzhoł na profoł, met roet ec'h eus din ur c'horf,

6  ne'c'h eus ket kemeret a blijadur el loskaberzhoł nag en aberzhoł evit ar pec'hed.

7  Neuze em eus lavaret: Setu, e teuan, o Doue, evit ober da volontez, evel ma'z eo skrivet diwar va fenn e roll al levr.

8  Goude bezań lavaret da gentań: N'eo ket fellet dit aberzhoł na profoł na loskaberzhoł nag aberzhoł evit ar pec'hed, ha ne'c'h eus ket kemeret plijadur enno, daoust ma'z int kinniget hervez al lezenn,

9  e lavar c'hoazh: Setu, e teuan, o Doue, evit ober da volontez. Lemel a ra kuit an aberzh kentań evit lakaat an eil.

10  Dre ar volontez-mań eo ez omp santelaet, dre ar prof eus korf Jezuz-Krist graet ur wech hepken.

11  Ouzhpenn, pep beleg en em zalc'h bemdez oc'h ober ar servij hag o kinnig meur a wech an hevelep aberzhoł, na c'hellont morse lemel ar pec'hedoł kuit,

12  met eń, o vezań kinniget un aberzh hepken evit ar pec'hedoł, a zo en em azezet evit atav en tu dehou da Zoue,

13  o c'hortoz diwar vremań ma teuio e enebourien da vezań ar skabell dindan e dreid.

14  Rak dre ur prof hepken, en deus rentet peurvat da viken ar re a zo santelaet.

15  Ar Spered-Santel a ro deomp ivez an testeni a gement-se, rak goude bezań lavaret da gentań:

16  Setu an emglev a rin ganto: Goude an deizioł-se, eme an Aotrou, e lakain va lezennoł en o c'halonoł hag e skrivin anezho en o sońjoł, e lavar c'hoazh:

17  Ha ne'm bo ken sońj eus o fec'hedoł nag eus o direizhderioł.

18  Hag e-lec'h ma'z eo pardonet ar pec'hedoł, n'eus mui a brof evit ar pec'hed.

Kendalc'hit er feiz

19  Evel-se eta, breudeur, pa hon eus ar frankiz da vont e-barzh sant ar sent dre wad Jezuz,

20  dre an hent nevez ha bev en deus digoret deomp a-dreuz ar ouel, da lavarout eo a-dreuz e gig,

21  hag o vezań ma hon eus ur beleg-meur lakaet war di Doue,

22  tostaomp gant ur galon wirion hag ur fiziańs leun a feiz, o kaout ar c'halonoł glanaet eus loustoni ur goustiańs fall hag ar c'horf gwalc'het gant dour pur.

23  Dalc'homp start anzavadenn hon esperańs, rak an hini en deus graet ar bromesa a zo feal.

24  Lakaomp evezh an eil ouzh egile evit en em atizań d'ar garantez ha d'an oberoł mat.

25  Na zilezomp ket hor bodadeg, evel m'o deus hiniennoł ar c'hiz d'ober, met en em aliomp an eil egile, ha kement-se muioc'h-muiań dre ma welit an deiz o tostaat.

26  Rak mar pec'homp a-youl goude bezań resevet anaoudegezh ar wirionez, ne chom aberzh ebet evit ar pec'hedoł,

27  met ur gortoz spontus eus ar varn hag eus an tan leskidik a dle lonkań an enebourien.

28  An neb en deus torret lezenn Moizez a zo lakaet d'ar marv hep trugarez war desteni daou pe dri zest.

29  A bebezh kastiz brasoc'h a gav deoc'h ne vo ket kavet dellezek an hini a vac'ho gant e dreid Mab Doue, a gemero evit disantel gwad an emglev ez eo bet santelaet drezań, hag a zismegańso Spered ar c'hras?

30  Rak anavezout a reomp an hini en deus lavaret: Din-me eo ar veńjańs, me a rento tra evit tra, eme an Aotrou; ha c'hoazh: An Aotrou a varno e bobl.

31  Un dra euzhus eo kouezhań etre daouarn an Doue bev.

32  Met ho pet sońj eus an deizioł kentań ma hoc'h eus, goude bezań bet sklźrijennet, gouzańvet stourmoł bras gant poanioł,

33  pa oac'h, diouzh un tu lakaet dirak an holl en dismegańsoł hag en trubuilhoł, ha diouzh un tu all deuet da eil d'ar re o deus gouzańvet kement-se.

34  Rak bet hoc'h eus truez ouzh va ereoł hag asantet hoc'h eus gant levenez e vije dilamet diganeoc'h ho madoł, o c'houzout penaos ez eus evidoc'h en neńvoł madoł gwelloc'h ha peurbadus.

35  Na zilezit ket eta ho fiziańs, ur gopr bras a vo ganti.

36  Ezhomm hoc'h eus a basianted, evit goude bezań graet bolontez Doue, ma resevot ar pezh a zo bet prometet.

37  Rak c'hoazh un nebeudig, gwall nebeud amzer, hag an hini a zeu a erruo ha ne zaleo ket.

38  Hogen an den reizh a vevo dre ar feiz, met ma en em denn kuit, va ene ne gemer ket plijadur ennań.

39  Evidomp-ni, n'omp ket eus ar re en em denn kuit evit en em goll, met eus ar re o deus ar feiz evit silvidigezh o ene.

 

Pennad 11

Dre ar feiz ...

1  Hogen ar feiz a zo ur gortoz kalet eus an traoł a esperer, un anatadur eus ar re na weler ket.

2  Drezi o deus an henaourien kavet un testeni mat.

3  Dre ar feiz ec'h ouzomp ez eo bet graet ar bed dre c'her Doue, en hevelep doare ma n'eo ket bet graet ar pezh a weler gant traoł gwelus.

4  Dre ar feiz e kinnigas Abel da Zoue un aberzh gwelloc'h eget hini Kaļn, drezi e voe disklźriet reizh, Doue o rentań testeni d'e brofoł, ha drezi e komz c'hoazh petra bennak ma'z eo marv.

5  Dre ar feiz e voe savet Enok en neńv evit na welje ket ar marv, ha ne voe ket kavet ken abalamour m'en doa Doue e savet. Rak a-raok ma voe savet, en doa resevet an testeni da vezań bet plijus da Zoue.

6  Hogen ne c'heller ket bezań kavet plijus gantań hep ar feiz, rak ret eo d'an hini a dosta ouzh Doue krediń ez emań, hag e teu da vezań ar gopraer eus ar re a glask anezhań.

7  Dre ar feiz Noe, aliet a-berzh Doue eus an traoł na weled ket c'hoazh, a voe leuniet a zoujańs, hag a reas un arc'h evit silvidigezh e diegezh. Drezi e kondaonas ar bed hag e teuas da vezań heritour eus ar reizhder a zo hervez ar feiz.

8  Dre ar feiz Abraham, pa voe galvet, a sentas evit mont d'ar vro a dlee kaout da hźrezh hag a yeas kuit, hep anavezout pelec'h ez ae.

9  Dre ar feiz e chomas en douar a oa bet prometet dezhań evel en un douar estren, o chom dindan teltennoł gant Izaak ha Jakob, kenheritourien eus an hevelep promesa.

10  Rak gortoz a rae ar gźr he deus diazezoł, an hini a zo Doue an oberer hag ar saver anezhi.

11  Dre ar feiz ivez Sara a resevas ar galloud da gońsev hag, en desped d'he oad, e c'hanas ur bugel, abalamour ma he doa kredet e oa feal an hini en doa graet ar bromesa.

12  Dre-se eus un den hepken hag a oa dija dinerzhet, eo bet ganet ur vandenn a dud ken niverus evel stered an neńv, evel traezh aod ar mor ha na c'hell ket bezań kontet.

13  Holl int marv er feiz hep bezań resevet an traoł prometet, met o vezań o gwelet a-bell hag o vezań kredet enno, asańtet o deus hag anzavet o deus e oant diavaezidi ha beajourien war an douar.

14  Ar re a gomz evel-se a ziskouez sklaer e klaskont ur vro.

15  Mar o dije bet sońj eus an hini a-belec'h e oant deuet, o dije bet amzer a-walc'h da zistreiń dezhi,

16  met bremań e c'hoantaont unan gwelloc'h, da lavarout eo unan neńvel. Dre-se Doue n'en deus ket mezh o vezań galvet o Doue, rak kempennet en deus ur gźr dezho.

17  Dre ar feiz Abraham a ginnigas Izaak pa voe amprouet; an hini en doa resevet ar promesaoł a ginnigas e vab nemetań,

18  a oa bet lavaret diwar e benn: En Izaak eo e vo galvet da lignez.

19  Anavezout a rae e c'helle Doue zoken adsevel a-douez ar re varv, hag evel-se ec'h adkavas anezhań evel dre ur seurt adsavidigezh a varv.

20  Dre ar feiz Izaak a vennigas Jakob hag Ezaü, e-sell eus an traoł da zont.

21  Dre ar feiz Jakob o vervel a vennigas pep hini eus mibien Jozef, hag a azeulas harpet war benn e vazh.

22  Dre ar feiz Jozef o vervel a reas anv eus ermaeziadeg bugale Israel, hag a roas urzhioł diwar-benn e eskern.

23  Dre ar feiz Moizez, o vezań bet ganet, a voe kuzhet e-pad tri miz gant e dud, dre ma weljont e oa kaer ar bugel ha na zoujjont ket urzh ar roue.

24  Dre ar feiz Moizez, deuet da vezań bras, a nac'has bezań galvet mab da verc'h Faraon,

25  o tibab bezań gwallgaset gant pobl Doue kentoc'h eget kaout e-pad ur pennad amzer plijadur ar pec'hed,

26  o priziań mezhegezh Krist evel ur binvidigezh brasoc'h eget teńzorioł Bro Ejipt, rak gwelout a rae ar gopr.

27  Dre ar feiz e kuitaas an Ejipt hep kaout aon rak kounnar ar roue, rak derc'hel a reas start, evel o welout an hini a zo diwelus.

28  Dre ar feiz e reas ar Pask hag ar sparfadur gwad, evit na stokje ket an distrujer ouzh ar re gentań-ganet eus Israel.

29  Dre ar feiz e treuzjont ar mor Ruz evel pa vije bet douar sec'h, an Ejiptiz o vezań esaeet tremen a voe beuzet.

30  Dre ar feiz mogerioł Jeriko a gouezhas, goude ma oa bet graet an dro dezho e-pad seizh devezh.

31  Dre ar feiz Rahab ar c'hast ne voe ket kollet asambles gant ar re zisent, dre ma he doa degemeret ar spierien e peoc'h.

32  Ha petra a lavarin c'hoazh? Rak an amzer a vankfe din evit komz eus Gedeon, Barak, Samzun, Jefte, David, Samuel, ar brofeded,

33  dre ar feiz o deus trec'het rouantelezhioł, o deus embreget ar reizhder, o deus resevet ar madoł prometet, o deus serret genoł al leoned,

34  o deus mouget nerzh an tan, o deus en em ziwallet diouzh troc'h ar c'hleze, o deus yac'haet eus o c'hleńvedoł, int bet didrec'hus er brezel, o deus lakaet war dec'h armeoł estrańjour.

35  Gwragez a adkavas o re varv dre an adsavidigezh, reoł all a voe merzheriet, o nac'hań an dieubidigezh evit kaout un adsavidigezh welloc'h,

36  reoł all a dremenas dre amprouenn ar goaperezhioł hag ar skourjez, an ereoł hag ar prizon,

37  meinataet e voent, heskennet, amprouet, lazhet int bet gant ar c'hleze, redek a rejont amań hag ahont, gwisket gant krec'hin deńved ha girvi, en dienez a bep tra, heskinet ha gwallgaset,

38  int ha ne oa ket ar bed dellezek anezho, o kildreiń el lec'hioł distro ha war ar menezioł, e mougevioł ha toulloł an douar.

39  Ar re-se holl, o vezań kavet un testeni mat dre o feiz, n'o deus ket degemeret ar madoł prometet,

40  Doue o vezań pourvezet un dra bennak gwelloc'h evidomp, evit na zeujent ket hepdomp d'ar barfeted.

 

Pennad 12

Kreńvait eta ho taouarn dinerzhet ...

1  Evel-se eta ni ivez, o kaout en-dro deomp ur goabrenn ken bras a destoł, taolomp kuit diouzhimp pep bec'h hag ar pec'hed a bak ac'hanomp ken aezet, ha redomp gant dalc'h el lańs a zo digoret deomp,

2  o sellout ouzh Jezuz, ar rener hag ar peuroberer eus hor feiz, eń hag en deus gouzańvet ar groaz ha disprizet ar vezhusted abalamour d'al levenez a oa kinniget dezhań, hag a zo azezet a-zehou da dron Doue.

3  Eveshait eta ouzh an hini en deus gouzańvet a-berzh ar bec'herien un enebiezh ken bras outań, evit na gouezhot ket en ur lezel hoc'h eneoł da zinerzhań.

4  N'hoc'h eus ket c'hoazh stourmet betek ar gwad oc'h enebiń ouzh ar pec'hed,

5  hag ankounac'haet hoc'h eus an ali roet deoc'h evel da vibien: Va mab, na zispriz ket kastiz an Aotrou ha na goll ket kalon pa rebech ac'hanout,

6  rak an Aotrou a gastiz an hini a gar hag a sko gant e walenn pep mab a vez anavezet gantań.

7  Mar gouzańvit ar c'hastiz, Doue en em ziskouez deoc'h evel da vibien, rak piv eo ar mab ha ne vez ket kastizet gant e dad?

8  Met mar d-oc'h hep bezań kastizet eus ar c'hastiz o deus an holl lod ennań, oc'h eta bugale vastard ha nann mibien.

9  A-hend-all hon tadoł hervez ar c'hig o deus hor c'hastizet hag hon eus o enoret, ha ne sentimp ket muioc'h ouzh Tad ar speredoł evit kaout ar vuhez?

10  Rak hon tadoł hor c'hastize evit nebeud devezhioł, evel ma kavent mat, met Doue hor c'hastiz evit hor mad, evit ma hor bo lod er santelezh.

11  Gwir eo penaos pep kastiz n'en em ziskouez ket raktal evel un abeg a levenez met evel un abeg a dristidigezh, met goude e tegas ur frouezh peoc'hius a reizhder d'ar re a zo bet evel-se kelennet.

12  Kreńvait eta ho taouarn dinerzhet hag ho taoulin semplaet,

13  ha grit un hent eeun d'ho treid, evit ma n'en em ziheńcho ket ar pezh a zo kamm met ma vo kentoc'h yac'haet.

14  Klaskit ar peoc'h gant an holl hag ar santelezh na welo den hepti an Aotrou,

15  o lakaat evezh na ziouerfe den eus gras Doue. Ra ne vounto gwrizienn c'hwerv ebet en diavaez d'ho trubuilhań, gant aon na vefe kalz lousaet gant kement-se,

16  ha ra ne vo gastaouer ebet na zisakr ebet evel Ezaü, a werzhas e zroed a vab henań evit ur meuz.

17  Anavezout a rit penaos goude-se, pa fellas dezhań kaout ar vennozh da hźrezh, e voe taolet kuit rak ne gavas ket ur cheńchamant a volontez, petra bennak ma en goulennas gant daeroł.

18  N'hoc'h eus ket tostaet ouzh ur menez a c'helled stekiń hag a oa devet dre an tan, nag ouzh ar goabrenn, nag ouzh an deńvalijenn, nag ouzh ar gorventenn,

19  nag ouzh son an drompilh, nag ouzh trouz ar gerioł a oa en un doare ken ma pedas ar re en kleve na vije mui komzet outo,

20  rak ne c'hellent ket gouzańv ar gourc'hemenn-mań: Mar stok ul loen zoken ouzh ar menez, e vo meinataet pe toullet gant ur bir.

21  Hag ar pezh a weled a oa ken spontus ma lavaras Moizez: Spouronet on hag e krenan.

22  C'hwi avat hoc'h eus tostaet ouzh Menez Sion, ouzh kźr an Doue bev, ouzh ar Jeruzalem neńvel, ouzh dekviliadoł a aeled,

23  ouzh bodadeg hag ouzh iliz ar re gentań-ganet a zo skrivet o anvioł en neńvoł, ouzh ar barner a zo Doue an holl, ouzh speredoł ar re reizh deuet d'ar barfeted,

24  ouzh Jezuz, hanterour un emglev nevez, hag ouzh gwad ar sparfadur a lavar traoł gwelloc'h eget hini Abel.

25  Lakait evezh na zisprizfec'h an hini a gomz ouzhoc'h, rak ma ne dec'has ket ar re a zisprizas an hini a alie anezho war an douar, pegen diaesoc'h c'hoazh e vo deomp tec'hout mar troomp kein d'an hini a gomz deomp eus an neńvoł,

26  a vrańsellas e vouezh neuze an douar, hag en deus graet bremań ur bromesa o lavarout: Ur wech c'hoazh, e vrańsellin nann hepken an douar, met ivez an neńv.

27  Ar gerioł-mań: Ur wech c'hoazh, a verk diskar an traoł brańsellet, evel o vezań bet graet, evit ma pado an traoł divrańsellus.

28  Dre-se, o resev ur rouantelezh divrańsellus, miromp ar c'hras evit ma servijimp Doue drezi en un doare a blijo dezhań, gant keheladur ha gant doujańs,

29  rak hon Doue a zo ivez un tan loskus.

 

Pennad 13

Alioł diwezhań

1  Ra bado ar garantez a vreudeur.

2  N'ankounac'hait ket an herberc'h, rak drezań o deus hiniennoł roet degemer da aeled hep henn gouzout.

3  Ho pet sońj eus ar brizonidi evel ma vijec'h chadennet ganto, hag eus ar re a zo gwallgaset peogwir emaoc'h hoc'h-unan en ur c'horf.

4  Ra vo an dimeziń enoret gant an holl hag ar gwele hep hudurnez, rak Doue a varno ar c'hadaled hag an avoultrerien.

5  Ra vo ho kundu hep pizhoni, bezit laouen gant ar pezh hoc'h eus rak eń e-unan en deus lavaret: A-dra-sur ne lezin ket ac'hanout ha ne guitain ket ac'hanout.

6  Evel-se e lavaromp gant fiziańs: An Aotrou eo va sikour, ne'm bo ket aon. Petra a c'hell an den ober din?

7  Ho pet sońj eus ho renerien o deus prezeget deoc'h ger Doue, eveshait ouzh disoc'h o buhez hag heuilhit o feiz.

8  Jezuz-Krist a zo an hevelep hini, dec'h, hag hiziv, ha da viken.

9  N'en em lezit ket da vezań stlejet dre gelennadurezhioł a bep seurt hag estren, rak mat eo e vefe ar galon nerzhet gant ar c'hras ha nann gant bouedoł n'o deus servijet da netra d'ar re staget outo.

10  Un aoter hon eus, hag ar re a servij en tabernakl n'o deus ket ar galloud da zebriń diouti.

11  Korfoł al loened a zo douget o gwad er santual gant ar beleg-meur evit ar pec'hed, a zo devet er-maez eus ar c'hamp.

12  Dre-se ivez Jezuz, evit santelaat ar bobl dre e wad e-unan, en deus gouzańvet en diavaez eus an nor.

13  Deomp eta d'e gavout er-maez eus ar c'hamp, o tougen e zismegańs.

14  Rak n'hon eus amań kźr badus ebet, met klask a reomp an hini a zo da zont.

15  Neuze drezań, kinnigomp hep paouez da Zoue un aberzh a veuleudi, da lavarout eo frouezh ar muzelloł a anzav e anv.

16  Ha n'ankounac'hait ober vad ha reiń lod eus ho madoł, rak Doue a gemer plijadur en un hevelep aberzh.

17  Sentit ouzh ho renerien ha plegit dezho, rak eveshaat a reont war hoc'h eneoł evel o tleout rentań kont anezho, evit ma c'hellint ober kement-se gant levenez ha nann en ur glemm, rak e vefe dic'hounid deoc'h.

18  Pedit evidomp, rak e kredomp kaout ur goustiańs vat, o c'hoantaat en em gunduiń mat en holl draoł.

19  Pediń a ran ac'hanoc'h startoc'h d'henn ober, evit ma vin rentet kentoc'h deoc'h.

20  An Doue a beoc'h, hag en deus degaset en-dro a-douez ar re varv mesaer bras an deńved dre wad an emglev peurbadus, hon Aotrou Jezuz,

21  a rento ac'hanoc'h peurc'hraet e pep ober mat, evit ma reot e volontez, oc'h ober e-unan ennoc'h ar pezh a gav mat, dre Jezuz-Krist, ra vo ar gloar dezhań e kantvedoł ar c'hantvedoł! Amen.

22  Breudeur, ho pediń a ran da c'houzańv ar ger-mań a ali, rak skrivet em eus deoc'h e nebeut a c'herioł.

23  Gouzout a rit eo bet dibrizoniet hor breur Timote. Mar deu prest, e welin ac'hanoc'h asambles gantań.

24  Saludit hoc'h holl renerien hag an holl sent. Re eus Italia a salud ac'hanoc'h.

25  Ar c'hras ra vo ganeoc'h holl! Amen.