LIZHER

JAKEZ

 

Pennad 1

1  Jakez, servijer Doue hag an Aotrou Jezuz-Krist, d'an daouzek meuriad a zo stlabezet: Salud!

Amprouennoł ha temptadurioł

2  Va breudeur, sellit evel ul levenez vras an temptadurioł a bep seurt en em gav ganeoc'h,

3  o c'houzout penaos amprouenn ho feiz a laka ar basianted da sevel ennoc'h.

4  Ha ra zeuio ar basianted da gas hec'h oberenn da benn, evit ma viot peurvat ha peurc'hraet hep mankout e netra.

5  Ma vank furnez da unan bennak ac'hanoc'h, ra c'houlenno digant Doue a ro d'an holl gant largentez hep rebech, hag e vo roet dezhań.

6  Met ra c'houlenno gant feiz, hep douetiń, rak an hini a zouet a zo heńvel ouzh houl ar mor a zo keflusket gant an avel ha taolet amań ha ahont.

7  Un hevelep den ne dle ket gortoz resev un dra bennak digant an Aotrou,

8  lodennet eo e galon ha kildro eo en e holl hentoł.

9  Ra gavo gloar ar breur a stad izel pa vez uhelaet,

10  hag an hini pinvidik pa vez izelaet, rak tremen a raio evel bleuńv ar geot.

11  Savet eo an heol gant e dommder, sec'het en deus ar c'heotenn, kouezhet eo he bleuńvenn ha kaerder he neuz a zo kollet. Evel-se e weńvo ar pinvidig en e hentoł.

12  Eürus an den a c'houzańv an temptadur, rak goude bezań bet amprouet, e resevo ar gurunenn a vuhez en deus prometet an Aotrou d'ar re a gar anezhań.

13  Ra ne lavaro den pa vez temptet: Doue eo a dempt ac'hanon. Rak Doue ne c'hell ket bezań temptet gant an droug hag e-unan ne dempt den.

14  Met pep hini a zo temptet pa'z eo sachet hag hualet gant e zroukc'hoant e-unan.

15  Hag an droukc'hoant, pa'z en deus końsevet, a c'han ar pec'hed. Hag ar pec'hed, pa'z eo kaset da benn, a c'han ar marv.

16  Va breudeur karet-mat, na vezit ket tromplet,

17  pep gras dispar ha pep donezon peurvat a zeu eus an nec'h hag a ziskenn eus Tad ar sklźrijenn, na vez ennań na kemmadur na skeud a cheńchamant.

18  Hor c'hrouet en deus hervez e volontez gant ger ar wirionez, evit ma vijemp evel ar c'hentań frouezh eus e grouadurien.

Bezit oberourien eus ar ger

19  Evel-se va breudeur karet-mat, ra vo pep den buan da selaou, gorrek da gomz, gorrek da gounnariń,

20  rak kounnar an den ne beurc'hra ket reizhder Doue.

21  Setu perak, oc'h en em ziwiskań eus pep loustoni hag eus an holl zrougiezh, degemerit gant douster ar ger a zo bet plantet ennoc'h hag a c'hell saveteiń hoc'h eneoł.

22  Bezit oberourien eus ar ger, ha na vezit ket selaouerien hepken oc'h en em dromplań hoc'h-unan dre arguzennoł fals.

23  Rak mar d-eo unan bennak ur selaouer eus ar ger ha nann un oberour, ez eo heńvel ouzh un den a sell ouzh e zremm naturel en ur melezour

24  ha, goude bezań sellet outań, a ya kuit hag a ankounac'ha kerkent penaos e oa.

25  Met an hini en devo sellet ouzh al lezenn beurvat, lezenn ar frankiz, hag en devo kendalc'het hep bezań ur selaouer ankounac'haus, met o vezań un oberour eus al labour, hennezh a vo benniget er pezh en devo graet.

26  Mar sońj unan bennak ac'hanoc'h bezań relijius ha ne vestroni ket e deod met e trompl e galon, relijion an den-se a zo didalvez.

27  Ar relijion glan ha dinamm dirak Doue hon Tad, eo gweladenniń an emzivaded hag an intańvezed en o glac'har, hag en em virout diouzh saotroł ar bed.

 

Pennad 2

Arabat ober van eus diavaezioł an dud

1  Va breudeur, ra vo ar feiz hoc'h eus eus hon Aotrou glorius Jezuz-Krist diuntuek e-keńver diavaezioł an dud.

2  Rak mar deu en ho podadeg un den gant ur walenn aour ha dilhad kaer, ha mar deu ivez e-barzh ur paour gant dilhad dister,

3  hag o sellout ouzh an hini a zoug an dilhad kaer, e lavarit dezhań: Azez amań en ul lec'h mat, hag e lavarit d'ar paour: En em zalc'h aze en da sav, pe: Azez amań e traoń skabell va zreid,

4  daoust ha ne rit ket van eus diavaezioł an dud e-touez ac'hanoc'h ha n'och ket deuet da vezań barnerien gant sońjezonoł fall?

5  Selaouit, va breudeur karet-mat, ha Doue n'en deus ket dibabet ar re baour eus ar bed-mań evit ma vint pinvidik er feiz hag heritourien ar rouantelezh en deus prometet d'ar re a gar anezhań?

6  C'hwi er c'hontrol, a zispriz ar paour! Ha n'eo ket ar re binvidik eo ar re a wask ac'hanoc'h hag a stlej ac'hanoc'h dirak al lezioł-barn?

7  Ha ne vallozhont ket an anv kaer a zo bet galvet warnoc'h?

8  Mar peurc'hrit al lezenn roueel hervez ar Skritur: Karout a ri da nesań eveldout da-unan, e rit mat,

9  met mar grit van eus diavaezioł an dud, e rit ur pec'hed, o vezań tamallet gant al lezenn da vezań torrerien.

10  Rak piv bennak en devo miret an holl lezenn met a gouezho war ur poent hepken, a vo kablus e-keńver an holl.

11  Rak an hini en deus lavaret: Ne ri ket avoultriezh, en deus ivez lavaret: Ne vi ket muntrer. Neuze ma ne rez ket avoultriezh met mar drouklazhez, ez out torrer al lezenn.

12  Evel-se, komzit ha grit evel tud hag a dle bezań barnet dre lezenn ar frankiz,

13  rak ar varn a zo hep trugarez evit an hini n'en deus ket bet trugarezus. Met an drugarez a sav dreist ar varn.

Ar feiz hep an oberoł

14  Va breudeur, petra a dalvezo da un den lavarout en deus ar feiz ma n'en deus ket an oberoł? Hag ar feiz-se a c'hello e salviń?

15  Ma'z emań ur breur pe ur c'hoar en noazh, ha ma vank dezho ar boued pemdeziek,

16  ha mar lavar unan bennak ac'hanoc'h dezho: It e peoc'h, en em dommit ha debrit ho kwalc'h, ha ma ne rofec'h ket dezho ar pezh o deus ezhomm evit ar c'horf, da betra e servije kement-se?

17  Evel-se emań ivez gant ar feiz, ma n'eus ket an oberoł marv eo enni hec'h-unan.

18  Met unan bennak a lavaro: Te ac'h eus ar feiz, ha me am eus an oberoł. Diskouez din da feiz hep da oberoł, ha me a ziskouezo dit va feiz dre va oberoł.

19  Krediń a rez ez eus un Doue hepken, mat a rez. An diaouled a gred ivez kement-se hag e krenont.

20  Ha fellout a ra dit anavezout, o den aner, ez eo marv ar feiz hep an oberoł?

21  Abraham hon tad, ha ne voe ket reishaet dre an oberoł pa ginnigas Izaak e vab war an aoter?

22  Gwelout a rez penaos e laboure ar feiz gant e oberoł, ha penaos dre an oberoł ar feiz a zeuas da vezań peurvat.

23  Evel-se ar pezh a lavar ar Skritur a voe peurc'hraet: Abraham a gredas Doue ha kement-se a voe kontet dezhań da reizhder. Hag e voe anvet mignon Doue.

24  Gwelout a rit eta ez eo an den reishaet dre an oberoł ha nann dre ar feiz hepken.

25  En hevelep doare Rahab ar c'hast, ha ne voe ket reishaet dre an oberoł pa zegemeras ar gannaded ha pa lakaas anezho da vont kuit dre un hent all?

26  Evel ma'z eo marv ar c'horf hep ar spered, evel-se eo marv ar feiz hep an oberoł.

 

Pennad 3

An teod

1  Va breudeur, ra ne vo ket en ho touez kalz a gelennerien, rak dont a raio warnomp ur varnedigezh garvoc'h.

2  Strebotiń a reomp holl e meur a dra. Ma ez eus unan bennak ha ne strebot ket pa gomz, un den peurvat eo, un den a c'hell mestroniań ivez e gorf a-bezh.

3  Setu, e lakaomp gweskennoł e genoł ar c'hezeg evit o lakaat da sentiń ouzhimp, hag e troomp du-mań ha du-hont o c'horf a-bezh.

4  Setu c'hoazh, al listri hag a zo ken bras ha bountet gant avelioł nerzhus, a zo troet du-mań ha du-hont gant ur stur bihan-meurbet el lec'h ma fell d'ar sturier.

5  Evel-se an teod a zo ivez un ezel bihan, hag en em c'hwezh a draoł bras. Sellit penaos un tan bihan a c'hell enaouiń ur goadeg bras.

6  An teod ivez a zo un tan, ur bed a zireizhder. An teod a zo lakaet e-touez hon izili, o saotrań ar c'horf a-bezh hag oc'h entanań red ar vuhez, o vezań entanet e-unan gant ar gehenn.

7  Pep seurt loened gouez, laboused, stlejviled ha loened-mor a vez dońvaet hag a zo bet dońvaet gant an den,

8  met den ebet ne c'hell dońvaat an teod, un droug eo na c'heller ket trec'hiń, leun eo a vinim marvel.

9  Gantań e vennigomp Doue an Tad ha gantań e villigomp an dud deuet da vezań hervez skeudenn Doue.

10  Eus an hevelep genoł e teu ar vennozh hag ar vallozh. Arabat eo, va breudeur, e vez an traoł evel-se.

11  Hag e taol ur feunteun eus an hevelep digor dour dous ha dour c'hwerv?

12  Va breudeur, hag e c'hell ur wezenn-fiez reiń olivez, pe ur winienn fiez? Evel-se feunteun ebet ne c'hell reiń dour sall ha dour dous.

An div furnez

13  Ha bez' ez eus en ho touez un den fur bennak ha skiantek? Ra ziskouezo e oberoł dre ur gundu vat gant douster ha furnez.

14  Met mar d-eus ur gred c'hwerv hag ur c'hoant a dabut en ho kalon, na dennit ket gloar ha na lavarit gaou ebet a-enep ar wirionez.

15  Hounnezh n'eo ket ar furnez a zeu eus an nec'h, met douarel eo, kigel, diaoulek.

16  Rak e-lec'h ma'z emań ur gred c'hwerv hag ur c'hoant a dabut, ez eus trubuilh hag oberoł drouk a bep seurt.

17  Ar furnez eus an nec'h a zo da gentań glan, goude peoc'hiek, habask, poellek, leun a drugarez hag a frouezh mat, hep ober van eus diaveazioł hag hep pilpouzerezh.

18  Frouezh ar reizhder a zo hadet er peoc'h evit ar re en em ro d'ar peoc'h.

 

Pennad 4

Sentit eta ouzh Doue

1  A-belec'h e teu en ho touez an emgannoł hag an tabutoł? Ha n'eo ket eus ho kwallyouloł a stourm en hoc'h izili?

2  C'hoantaat a rit ha ne berc'hennit ket. Muntrerien oc'h ha gwarizius, ha ne c'hellit ket resev ho kwalc'h. Stourm a rit ha brezeliń, ha koulskoude ne berc'hennit netra peogwir ne c'houlennit ket.

3  Goulenn a rit ha ne resevit ket abalamour ma c'houlennit fall, evit dic'hoantań ho kwallyouloł.

4  Tud ha gwragez avoultr, ha n'ouzoc'h ket penaos karantez ar bed a zo enebiezh ouzh Doue? An neb eta a fell dezhań bezań mignon d'ar bed en em ra enebour da Zoue.

5  Ha sońjal a rit e lavar ar Skritur en aner penaos: ar Spered a chom ennomp en deus c'hoantoł a zoug d'ar warizi?

6  Er c'hontrol e ro ur c'hras vrasoc'h. Dre-se, ar Skritur a lavar: Doue a harp ouzh ar re ourgouilhus, met reiń a ra gras d'ar re uvel.

7  Sujit eta da Zoue, harpit ouzh an diaoul hag e tec'ho diouzhoc'h.

8  Tostait ouzh Doue hag e tostaio ouzhoc'h. Pec'herien, naetait ho taouarn, tud a galon lodennet, glanait ho kalonoł.

9  Merzit ho reuzeudigezh, bezit en kańv ha gouelit, ra vo troet ho c'hoarzh e daeroł hag ho levenez e tristidigezh.

10  En em izelait dirak an Aotrou hag ec'h uhelaio ac'hanoc'h.

11  Breudeur, na zroukkomzit ket en eil diwar-benn egile. An hini a zroukkomz diwar-benn ur breur pe a varn e vreur, a zroukkomz diwar-benn al lezenn hag a varn al lezenn. Ha mar barnez al lezenn, n'out ket un oberour eus al lezenn met ur barner.

12  Ul lezenner hepken a zo, an hini a c'hell salviń ha koll, te avat piv out, te hag a varn ar re all?

13  Bremań, ouzhoc'h ar re a lavar: Mont a raimp hiziv pe warc'hoazh d'ar gźr-mań-gźr, hag e tremenimp eno ur bloavezh, da werzhań ha da c'hounit.

14  N'ouzoc'h ket petra a vo warc'hoazh. Rak petra eo ho puhez? N'eo nemet ur vogedenn en em ziskouez evit un nebeud amzer hag a dec'h goude.

15  Kentoc'h e tlefec'h lavarout: Mar fell d'an Aotrou, e vevimp hag e raimp an dra-mań pe an dra-se.

16  Met bremań e kavit gloar en ho fougeoł. Pep fouge a seurt-se a zo fall.

17  Hennezh eta a anavez ar mad a dlefe d'ober ha n'henn gra ket, a bec'h.

 

Pennad 5

Kemenn d'an dud pinvidik

1  Bremań c'hwi, tud pinvidik, gouelit ha laoskit kriadennoł abalamour d'ar gwalleurioł a ya da gouezhań warnoc'h.

2  Ho pinvidigezhioł a zo breinet hag ho tilhad a zo debret gant ar preńved.

3  Hoc'h aour hag hoc'h arc'hant a zo merglet, hag ar mergl anezho a sav e testeni a-enep deoc'h hag a lonko ho kigoł evel un tan. Dastumet hoc'h eus un teńzor en deizioł diwezhań.

4  Setu, gopr al labourerien o deus medet en ho parkeier hag hoc'h eus dalc'het a gri, ha kriadennoł ar vederien a zo deuet betek divskouarn Aotrou an armeoł.

5  Bevet hoc'h eus er blijadurezh hag en dudi war an douar, en em leuniet oc'h bet evel en un devezh a lazhadeg.

6  Kondaonet hoc'h eus, lakaet hoc'h eus d'ar marv an hini reizh, ha n'en deus ket harzet ouzhoc'h.

Gortozit gant pasianted donedigezh an Aotrou

7  Breudeur, gortozit gant pasianted donedigezh an Aotrou. Setu, al labourer-douar a c'hortoz gant pasianted frouezh prizius an douar, betek ma en devo resevet ar glav eus ar gentań hag eus an diwezhań amzer.

8  C'hwi ivez, gortozit gant pasianted, kreńvait ho kalonoł, rak donedigezh an Aotrou a zo tost.

9  Breudeur, na glemmit ket an eil a-enep egile, gant aon na vefec'h kondaonet. Setu, ar barner a zo e-tal an nor.

10  Va breudeur, kemerit evit skouer a boan hag a basianted ar brofeded o deus komzet en anv an Aotrou.

11  Setu, e tisklźriomp benniget ar re o deus gouzańvet gant dalc'hidigezh. Klevet hoc'h eus komz diwar-benn pasianted Job, ha ec'h anavezit an diwezh en deus roet an Aotrou dezhań, rak an Aotrou a zo leun a drugarez hag a druez.

12  Dreist-holl, va breudeur, na douit na dre an neńv, na dre an douar, na dre le all ebet. Met ra vo ho ya, ya, hag ho nann, nann, gant aon na gouezhfec'h er gondaonidigezh.

Pedenn ar feiz; an oleviadur

13  Ha bez' ez eus unan bennak poaniet en ho touez? Ra bedo. Ha bez' ez eus unan bennak el levenez? Ra gano kantikoł.

14  Ha bez' ez eus unan bennak klańv en ho touez? Ra c'halvo henaourien an Iliz ha ra bedo ar re-mań evitań oc'h oleviń anezhań gant eoul en anv an Aotrou.

15  Pedenn ar feiz a saveteo ar c'hlańvour hag an Aotrou en adsavo, ha mar en deus graet pec'hedoł, e vint pardonet dezhań.

16  Anzavit ho faotoł an eil d'egile ha pedit an eil evit egile, evit ma viot yac'haet. Pedenn c'hredus an den reizh he deus ur galloud bras.

17  Elia a oa un den techet d'an hevelep gwanderioł eveldomp. Pediń a reas start na gouezhje ket a c'hlav ha ne gouezhas ket a c'hlav war an douar e-pad tri bloaz ha c'hwec'h miz.

18  Neuze e pedas a-nevez hag an neńv a roas glav, hag an douar a daolas e frouezh.

19  Breudeur, mar pella unan bennak ac'hanoc'h diouzh ar wirionez ha mar deu unan all d'e zegas enni,

20  ra ouezo penaos an hini en devo degaset ur pec'her diouzh hent an errol a salvo un ene eus ar marv hag a c'holoio un niver bras a bec'hedoł.