LIZHER

JUD

 

1  Jud, servijer Jezuz-Krist ha breur Jakez, d'ar re a zo bet galvet e Doue an Tad, a zo bet santelaet hag a zo bet miret evit Jezuz-Krist:

2  Ra gresko ennoc'h an drugarez, ar peoc'h hag ar garantez!

Kelennadurezhioł faos

3  Re garet-mat, c'hoant bras am boa da skrivań diwar-benn hor silvidigezh kumun, hag em eus sońjet e oa ret din henn ober evit hoc'h aspediń da stourm evit ar feiz a zo bet roet d'ar sent ur wech evit mat.

4  Rak en em silet ez eus en ho touez hiniennoł a zo skrivet abaoe pell 'zo o c'hondaonidigezh, tud na zouj ket Doue, a dro gras hon Doue e dirollerezh, hag a zinac'h Doue ar Mestr hepken ha Jezuz-Krist hon Aotrou.

5  Hogen e fell din degas da sońj deoc'h ar pezh a anavezit dija, penaos an Aotrou, o vezań saveteet ar bobl eus bro Ejipt, a zistrujas goude-se ar re n'o doa ket kredet,

6  penaos e talc'h, ereet gant chadennoł peurbadus e-kreiz an deńvalijenn evit barnedigezh an deiz bras, an aeled n'o deus ket miret o stad kentań hag o deus kuitaet o chomlec'h o-unan,

7  ha peanaos Sodom, Gomora hag ar c'herioł nesań a oa en em roet d'an hevelep loustoni ha da bec'hedoł a-enep an natur, a servij da skouer o c'houzańv ar boan eus un tan peurbadus.

8  En hevelep doare, ar re-se ivez, sebeliet en o huńvreoł, a saotr o c'hig, a zispriz ar mestroni, a wallgomz diwar-benn ar gloaroł.

9  Hogen Mikael an arc'hael, pa stourme a-enep an diaoul diwar-benn korf Moizez, ne gredas ket dougen un tamall a vallozh, met lavarout a reas: Ra c'hourdrouzo an Aotrou ac'hanout!

10  Met ar re-mań a wallgomz diwar-benn ar pezh n'anavezont ket. En em vreinań a reont e kement hag a ouzont dre natur evel loened dibourvez a skiant.

11  Gwalleur dezho! Rak heuliet o deus hent Kain, en em daolet int e diheńchadur Balaam, karantez ar gounid, kollet int en enebiezh Kore.

12  Sklosennoł int en ho predoł a garantez pa zebront ganeoc'h oc'h en em vagań o-unan hep dalc'hidigezh ebet. Int a zo koabrennoł hep dour kaset amań hag ahont gant an avelioł, gwez difrouezh e dilerc'h an diskar-amzer marv div wech ha diwriziennet,

13  gwagennoł fuloret eus ar mor o teurel eon o loustoni, sterennoł o kantren a zo miret dezho da viken dic'houloł an deńvalijenn.

14  Diwar o fenn eo en deus profedet Enok, ar seizhvet den abaoe Adam, o lavarout: Setu, an Aotrou a zo deuet gant e zekviliadoł santel

15  evit dougen e varn war an holl dud, hag evit kendrec'hiń an holl dud na zouj ket Doue eus an holl oberoł a zizoujańs-Doue o deus graet hag eus an holl draoł kunujus o deus ar bec'herien na zouj ket Doue lavaret a-enep dezhań.

16  Tud int ha ne reont nemet grozmolat, en em glemm bepred, a gerzh hervez o droukc'hoantoł, o genoł a lavar komzoł ourgouilhus, doujań a reont tud dre interest.

Alioł diwezhań ha saludoł da glozań

17  Met c'hwi, re garet-mat, ho pet sońj eus an traoł a zo bet rak-lavaret gant ebestel hon Aotrou Jezuz-Krist.

18  Lavarout a raent deoc'h penaos en amzerioł diwezhań e vije goapaeriena gerzhje hervez o droukc'hoantoł o-unan hep doujańs-Doue.

19  Ar re-se a zo tud hag en em zisparti o-unan, tud douget d'o c'horf ha n'emań ket ar Spered ganto.

20  Met c'hwi, re garet-mat, en em savit hoc'h-unan war ho feiz santel-meurbet ha pedit dre ar Spered-Santel,

21  en em zalc'hit e karantez Doue, o c'hortoz trugarez hon Aotrou Jezuz-Krist evit ar vuhez peurbadus.

22  Kemerit truez ouzh darn met gant poell,

23  salvit reoł all gant doujańs o tennań anezho eus an tan, o kasaat betek an dilhad saotret gant ar c'hig.

24  D'an hini a c'hell ho tiwall a bep lamm hag ho lakaat d'en em ziskouez dinamm ha leun a levenez dirak e c'hloar,

25  da Zoue hor Salver emań ennań hepken ar furnez, ra vo gloar, meurdez, nerzh ha galloud, bremań hag evit ar beurbadelezh! Amen.