LIZHER PAOL D'AR

GOLOSEIZ

 

Pennad 1

1  Paol, abostol Jezuz-Krist dre volontez Doue, ha Timote hor breur,

2  d'ar sent ha d'ar vreudeur feal e Krist a zo e Kolose: Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!

Trugarekadennoł ha pedennoł

3  Trugarekaat a reomp Doue, Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, hag e pedomp dalc'hmat evidoc'h,

4  o vezań klevet diwar-benn ho feiz e Jezuz-Krist hag ho karantez evit an holl sent,

5  abalamour d'an esperańs a zo miret evidoc'h en neńvoł, hoc'h eus bet anaoudegezh anezhi diagent dre ar ger a wirionez eus an Aviel,

6  a zo deuet en ho touez evel er bed holl, e-lec'h ma ro frouezh, evel ivez en ho touez abaoe an deiz ma hoc'h eus klevet hag hoc'h eus anavezet gras Doue er wirionez.

7  Kelennet oc'h bet diwar he fenn gant Epafraz, hor c'henlabourer karet-mat er servij, hag a zo evidoc'h ur ministr feal eus Krist

8  hag en deus roet deomp da anavezout ho karantez er Spered.

9  Setu perak ivez, abaoe an deiz ma hon eus klevet kement-se, n'hon eus ket paouezet da bediń evidoc'h ha da c'houlenn ma vefec'h leuniet eus anaoudegezh e volontez, e pep furnez ha klevidigezh speredel,

10  en hevelep doare ma en em renit en un doare dellezek eus an Aotrou, evit plijout dezhań en holl draoł, o tougen frouezh e pep seurt oberoł mat hag o kreskiń en anaoudegezh Doue,

11  kreńvaet e pep doare hervez e c'halloud glorius, evit kaout pep pasianted ha dalc'husted el levenez,

12  o trugarekaat an Tad en deus hol lakaet barrek da gaout lod en hźrezh ar sent er sklźrijenn.

13  Hon dieubet en deus eus galloud an deńvalijenn hag hol lakaet en deus da dremen e rouantelezh e Vab muiań-karet,

14  hon eus ennań an dasprenadur dre e wad, ar pardon eus ar pec'hedoł.

Dreistelezh Jezuz-Krist

15  Eń eo skeudenn an Doue diwelus, ar c'hentań-ganet eus an holl grouadelezh.

16  Rak ennań eo bet krouet pep tra en neńv ha war an douar, ar re welus hag ar re ziwelus, an tronioł, ar mestronioł, ar prińselezhioł, an nerzhioł. An holl draoł a zo bet krouet drezań hag evitań.

17  Emań a-raok pep tra, ha pep tra en em gendalc'h drezań.

18  Eń eo penn ar c'horf, an Iliz, eń eo ar penn-kentań, ar c'hentań-ganet a-douez ar re varv, evit ma talc'ho ar renk kentań e pep tra.

19  Rak plijet eo bet lakaat pep leunder da chom ennań.

20  Hag, o vezań graet ar peoc'h drezań, dre wad e groaz, plijet eo bet gant an Tad adunvaniń drezań pep tra gantań, ken an traoł a zo war an douar evel ar re a zo en neńvoł.

21  C'hwi, hag a oa gwechall diavaezidi hag enebourien dre ho sońjoł hag hoc'h oberoł fall,

22  a zo bremań adunvanet gantań e-barzh korf e gig, dre e varv, evit ho lakaat d'en em ziskouez dirazań santel, disi ha didamall,

23  gant ma chomot diazezet war ar feiz ha start en ho sav, hep dilezel esperańs an Aviel hoc'h eus klevet, a zo bet prezeget d'an holl grouadelezh a zo dindan an neńv, hag ez on bet graet me, Paol, ministr anezhań.

Labour Paol evit an Iliz

24  En em laouenaat a ran bremań em poanioł evidoc'h, hag e peurechuan em c'hig da c'houzańv an dilerc'h eus poanioł Krist evit e gorf hag a zo an Iliz,

25  anezhi on bet lakaet da vezań ministr hervez ar garg en deus roet Doue din en ho keńver, evit prezeg ger Doue penn-da-benn,

26  ar mister a oa kuzhet e-pad an holl gantvedoł hag an holl oadoł, met a zo bremań disklźriet d'e sent.

27  Plijet eo bet gant Doue reiń dezho da anavezout pehini eo pinvidigezh gloar ar mister-se e-touez ar baganed, da c'houzout eo: Krist ennoc'h, an esperańs eus ar gloar.

28  Eń eo an hini a brezegomp, oc'h aliań pep den hag o kelenn pep den e pep furnez, evit lakaat pep den da vezań peurvat e Krist Jezuz.

29  Evit-se ivez eo e labouran, o stourm gant skoazell e vertuz a labour ennon gant nerzh.

 

Pennad 2

1  Rak me a fell din e c'houezfec'h pegen bras eo ar stourm a c'houzańvan evidoc'h, evit re Laodikea hag evit ar re holl n'o deus ket gwelet va dremm er c'hig,

2  evit ma vo o c'halonoł frealzet, ma vint ereet start asambles er garantez, ma vint pinvidikaet gant ur skiant peurvat, evit anavezout mister Doue, an Tad ha Krist,

3  dalc'het ennań holl deńzorioł ar furnez hag ar c'houiziegezh.

4  Lavarout a ran kement-se evit na dromplo den ac'hanoc'h gant prezegennoł touellus.

5  Rak mar d-on ezvezant a gorf, ez on koulskoude ganeoc'h er spered, leun a levenez o welout an urzh vat en ho touez ha started ho feiz e Krist.

Frankiz ar vuhez e Krist

6  Evel-se eta, pa hoc'h eus degemeret an Aotrou Jezuz-Krist, kerzhit ennań,

7  gwriziennet ha diazezet ennań, kreńvaet er feiz evel ma hoc'h eus bet desket, o fonnań enni gant trugarezioł.

8  Lakait evezh na zeufe den da dromplań ac'hanoc'h gant ar filozofiezh pe gant touelloł aner, hervez hengoun an dud, hervez kentań kentelioł ar bed, ha nann hervez Krist.

9  Rak ennań e chom holl leunder an Doueelezh en e gorf,

10  hag hoc'h eus pep leunder ennań-eń, hag a zo mestr war bep prińselezh ha pep nerzh.

11  Ennań ivez oc'h bet amdroc'het gant un amdroc'h graet hep dorn ebet, o tiwiskań ar c'horf eus pec'hedoł ar c'hig, ar pezh eo amdroc'h Krist,

12  o vezań bet sebeliet gantań dre ar vadeziant, ennań ivez oc'h adsavet a varv dre ar feiz e galloud Doue en deus e adsavet a-douez ar re varv.

13  Pa oac'h marv en ho pec'hedoł hag e diamdroc'h ho kig, en deus ho tegaset d'ar vuhez asambles gantań, o vezań pardonet deoc'h hoc'h holl zisentidigezhioł,

14  diverket en deus ar skrid a oa a-enep deomp, an urzhiadurioł a damalle ac'hanomp, en deus o c'haset da netra o stagań anezho ouzh ar groaz,

15  o vezań diwisket ar prińselezhioł hag an nerzhioł, lakaet en deus anezho war wel dirak an holl goude bezań o zrec'het e-unan war ar groaz.

16  Ra ne varno eta den ac'hanoc'h diwar-benn an debriń pe an evań, pe diwar-benn un deiz gouel pe ul loar nevez pe ur sabad,

17  kement-se a oa skeudenn an traoł a dlee dont, met ar c'horf a zo e Krist.

18  Ra ne dapo den ar priz diganeoc'h dre un izelegezh a-ziavaez ha dre lid an aeled, o kemer preder eus traoł n'en deus ket gwelet, o vezań c'hwezet a ourgouilh hep poell gant e skiant kigel,

19  hep en em stagań ouzh ar penn, a laka ar c'horf a-bezh, unanet asambles dre ar juntoł hag al liammoł, da greskiń hervez ar greskadurezh roet gant Doue.

20  Mar d-oc'h eta marv gant Krist e-keńver kentań kentelioł ar bed, perak e vec'hier ac'hanoc'h eus an urzhiadurioł-se, evel pa vevjec'h c'hoazh er bed:

21  Na zebr ket, na dańva ket, na stok ket,

22  urzhiadurioł a dro holl da fall dre o implij, hag a zo hervez gourc'hemennoł ha kredennoł an dud?

23  An traoł-se o deus e gwirionez un diavaez a furnez, o tiskouez evel ul lid a volontez vat, izelegezh ha garventez e-keńver ar c'horf, met a zo didalvoud a-enep ar pezh a c'hell plijout d'ar c'hig.

 

Pennad 3

Ar vuhez nevez e Krist

1  Mar d-oc'h eta adsavet da vev gant Krist, klaskit traoł an nec'h, e-lec'h ma emań Krist azezet a-zehou da Zoue.

2  Kavit mat traoł an nec'h ha nann reoł an douar,

3  rak marv ez oc'h hag ho puhez a zo kuzhet gant Krist e Doue.

4  Pa en em ziskouezo Krist, hor buhez, neuze en em ziskouezot ivez gantań er gloar.

5  Lakait eta da vervel en hoc'h izili ar pezh a zalc'h d'an douar, ar c'hadaliezh, an hudurniezh, an drouksońjoł, an droukc'hoantoł, ar pizhoni a zo idolerezh,

6  rak abalamour d'an traoł-se e teu kounnar Doue war vibien an disentidigezh.

7  C'hwi ivez hoc'h eus gwechall kerzhet en traoł-se, pa vevec'h enno.

8  Met bremań, c'hwi ivez, dilezit an holl draoł-se, ar gounnar, ar gasoni, ar fallentez, an droukkomz, ar c'homzoł dizonest a c'hellfe dont er-maez eus ho kenoł.

9  Na lavarit ket a c'hevier an eil d'egile, o vezań diwisket diwarnoc'h an den kozh hag e oberoł,

10  hag o vezań gwisket an den nevez a zo nevesaet en anaoudegezh, hervez skeudenn e Grouer.

11  Amań n'eus na Gresian na Yuzev, na den amdroc'het na diamdroc'h, na barbar na Skutad, na sklavour na den frank, met Krist a zo holl hag en holl.

12  Gwiskit eta, evel tud dibabet gant Doue sent ha karet-mat, ur galon a drugarez, a vadelezh, a izelegezh, a zouster, a basianted,

13  o c'houzańv an eil egile hag o pardoniń an eil d'egile mar en deus unan bennak da glemm a-enep egile. Evel ma en deus Krist pardonet deoc'h, c'hwi ivez grit evel-se.

14  Met dreist an holl draoł-se gwiskit ar garantez, liamm ar barfeted eo.

15  Ha ra reno peoc'h Doue en ho kalonoł, galvet oc'h bet dezhań evit bezań ur c'horf hepken, ha bezit anaoudek.

16  Ra chomo ger Krist gant fonnder ennoc'h e pep furnez; en em gelennit hag en em aliit an eil egile dre salmoł, meulganoł ha kanaouennoł speredel, o kanań en ho kalonoł d'an Aotrou gant anaoudegezh vat.

17  Petra bennak ma reot, dre gomz pe dre ober, grit holl en anv an Aotrou Jezuz, o trugarekaat drezań Doue an Tad.

Ezhec'h ha gwragez; bugale ha kerent

18  Gwragez, sentit ouzh hoc'h ezhec'h hoc'h-unan evel ma tere en Aotrou.

19  Ezhec'h, karit ho kwragez ha n'en em drenkit ket a-enep dezho.

20  Bugale, sentit ouzh ho tud en holl draoł rak kement-se a zo kavet mat gant an Aotrou.

21  Tadoł, na hegit ket ho pugale gant aon na gollfent kalon.

Mevelien ha mistri

22  Mevelien, sentit en holl draoł ouzh ho mistri hervez ar c'hig, nann zoken dindan o daoulagad evel ma klaskfec'h plijout d'an dud, met gant eeunder a galon hag e doujańs Doue.

23  Petra bennak ma reot, grit eń a galon vat, evel o servijań an Aotrou ha nann an dud,

24  o c'houzout penaos e resevot digant an Aotrou gopr an hźrezh, rak e servijit Krist an Aotrou.

25  Met an hini a labour gant dislealded a resevo hervez e zislealded, ha n'eus van ebet eus diavaezioł an dud.

 

Pennad 4

1  Mistri, roit d'ho mevelien ar pezh a zo reizh ha leal, o c'houzout penaos hoc'h eus ivez ur Mestr en neńvoł.

Alioł diwezhań ha saludoł da glozań

2  Kendalc'hit er bedenn, beilhit e kement-se gant trugarekadennoł.

3  Pedit evidomp ivez, evit ma tigoro Doue deomp un nor evit ar ger, da brezeg mister Krist eo abalamour dezhań ez on er chadennoł,

4  hag evit ma roin d'e anavezout evel ma tlean komz diwar e benn.

5  En em renit gant furnez e-keńver ar re a-ziavaez, o tasprenań an amzer.

6  Ra vo atav ho komz leun a c'hras ha temzet gant holen, en un doare da c'houzout respont da bep hini evel ma'z eo dleet.

7  Tichik, ar breur karet-mat ha ministr feal, va c'henlabourer e servij an Aotrou, a roio da anavezout deoc'h an traoł a sell ouzhin.

8  E gas a ran deoc'h a-ratozh evit ma'c'h anavezo an traoł a sell ouzhoc'h ha ma frealzo ho kalonoł,

9  gant Onezim, ar breur feal ha karet-mat hag a zo eus ho touez. Disklźriań a raint deoc'h kement a dremen amań.

10  Aristark, va c'henbrizoniad, a salud ac'hanoc'h, kenkoulz ha Mark kenderv Barnabaz, hoc'h eus resevet urzhioł diwar e benn: Mar d-a d'ho kavout, degemerit anezhań.

11  Jezuz lesanvet Justuz a salud ivez ac'hanoc'h. Bez' int eus an amdroc'h hag int eo ar re nemetań o vezań kenlabourerien din e rouantelezh Doue hag a zo bet ur frealz evidon.

12  Epafraz hag a zo eus ho touez a salud ac'hanoc'h. Ur servijer eus Krist eo, ne baouez ket da stourm evidoc'h en e bedennoł, evit ma viot peurvat ha peurc'hraet en holl volontez Doue.

13  Rak reiń a ran outań an testeni-mań, penaos en deus ur gred bras evidoc'h, evit re Laodikea hag evit re Hierapoliz.

14  Lukaz, ar medisin karet-mat, a salud ac'hanoc'h, kenkoulz ha Demaz.

15  Saludit ar vreudeur a zo e Laodikea, ha Nimfaz hag an Iliz a zo en e di.

16  Goude ma vo al lizher-mań bet lennet en ho touez, grit ma vo lennet ivez en Iliz al Laodikeiz ha ma lennot c'hwi ivez an hini eus Laodikea.

17  Lavarit da Arkipuz: Taol evezh mat ouzh ar ministrerezh ac'h eus resevet en Aotrou evit e seveniń mat.

18  Me Paol, a salud ac'hanoc'h eus va dorn va-unan. Ho pet sońj eus va ereoł. Ar c'hras ra vo ganeoc'h! Amen.