AN AVIEL HERVEZ

LUKAZ

 

Pennad 1

Digoradur

1  Kalz o vezań en em lakaet da skrivań istor an traoł c'hoarvezet hag anavezet mat en hon touez,

2  hervez m'o deus degaset deomp ar re o deus o gwelet adalek ar penn-kentań hag a zo bet ministred ar ger,

3  kavet em eus mat ivez, goude bezań graet un enklask pizh warno holl adalek ar penn-kentań, o skrivań dit dre urzh, Teofil mat-meurbet,

4  evit ma'c'h anavezi ar wirionez diwar-benn ar pezh a zo bet desket dit.

Ganedigezh Yann-Vadezour kemennet

5  En amzer Herodez, roue Judea, e oa ur beleg anvet Zakaria, eus lignez Abia. E wreg a oa eus lignez Aaron hag en em c'halve Elesbed.

6  Reizh e oant o-daou dirak Doue, hag ec'h heulient holl c'hourc'hemennoł hag urzhioł an Aotrou en un doare divlam.

7  N'o doa bugel ebet rak Elesbed a oa gaonac'h. O-daou e oant aet war an oad.

8  Hogen e c'hoarvezas, evel ma rae e garg a veleg dirak Doue hervez urzh e dro,

9  ma tegouezhas dezhań dre ar sord, hervez giz ar velegiezh, mont e-barzh templ an Aotrou evit deviń an ezańs.

10  Ar bobl holl a oa er-maez o pediń d'an eur ma teved an ezańs.

11  Un ael eus an Aotrou en em ziskouezas dezhań en e sav, en tu dehou da aoter an ezańs.

12  Zakaria a voe trubuilhet o welout anezhań hag ar spont a grogas ennań.

13  Met an ael a lavaras dezhań: Na'z pez ket aon, Zakaria, rak da bedenn a zo bet selaouet, Elesbed a c'hano dit ur mab hag e c'halvi e anv Yann.

14  Bez' e vo evidout un abeg a joa hag a laouenidigezh, ha kalz en em laouenaio eus e c'hanedigezh,

15  rak bras e vo dirak an Aotrou. N'evo na gwin nag evaj kreńv ebet, ha leuniet e vo eus ar Spered-Santel adalek kof e vamm.

16  Distreiń a raio kalz eus bugale Israel d'an Aotrou o Doue,

17  hag e kerzho dirazań e spered hag e nerzh Elia, evit treiń kalonoł an tadoł ouzh ar vugale hag ar re zisentus ouzh furnez ar re reizh, evit aozań d'an Aotrou ur bobl tuet mat.

18  Zakaria a lavaras d'an ael: A betra ec'h anavezin kement-se, rak me a zo kozh ha va gwreg a zo aet war an oad?

19  An ael a respontas dezhań: Me eo Gabriel, an hini a chom dirak Doue. Degaset on bet evit komz ouzhit ha disklźriań dit ar c'heloł mat-mań.

20  Setu, e vi mut ha ne c'helli ken komz betek an deiz ma c'hoarvezo an traoł-mań, abalamour na'c'h eus ket kredet da'm c'homzoł a erruo en o amzer.

21  Ar bobl a c'hortoze Zakaria hag a oa souezhet ma talee en templ.

22  Met pa zeuas er-maez ne c'hellas ket komz outo, hag ec'h anavezjont en doa bet ur weledigezh en templ, rak e rae sinoł dezho hag e chome mut.

23  Pa voe echuet deizioł e garg, ez eas d'e di.

24  Un nebeud amzer goude, Elesbed e wreg en em gavas dougerez. E-pad pemp miz en em guzhas, o lavarout:

25  Evel-se eo en deus graet an Aotrou em c'heńver, en deizioł-mań m'en deus sellet ouzhin evit lemel an dismegańs a oa warnon dirak an dud.

Ganedigezh Jezuz kemennet

26  Er c'hwec'hvet miz, an ael Gabriel a voe kaset gant Doue d'ur gźr a C'halilea galvet Nazared,

27  da gavout ur werc'hez a dlee dimeziń d'un den anvet Jozef, eus tiegezh David. Ar werc'hez-se a oa anvet Mari.

28  An ael o vezań aet el lec'h ma oa, a lavaras dezhi: Da saludiń a ran, te hag a zo bet resevet en gras. An Aotrou a zo ganit. Benniget out e-touez ar gwragez.

29  O vezań e welet, e voe trubuilhet gant e gomzoł hag e sońjas enni hec'h-unan petra a c'helle ar salud-se bezań.

30  An ael a lavaras dezhi: Na'z pez ket aon, Mari, rak kavet ec'h eus trugarez dirak Doue.

31  Setu, te a vo dougerez, hag e c'hani ur mab hag e c'halvi e anv Jezuz.

32  Hemań a vo bras hag a vo galvet Mab an Uhel-Meurbet, hag an Aotrou Doue a roio dezhań tron David e dad.

33  Ren a raio da virviken war diegezh Jakob hag e ren n'en devo ken a ziwezh.

34  Neuze Mari a lavaras d'an ael: Penaos e c'hoarvezo kement-se, pa n'anavezan gwaz ebet?

35  An ael a respontas dezhi: Ar Spered-Santel a zeuio warnout ha galloud an Uhel-Meurbet a c'holoio ac'hanout gant e skeud. Dre-se ar bugel santel a vo ganet ac'hanout a vo galvet Mab Doue.

36  Setu, Elesbed da geniterv a gońsevas ivez ur mab en he c'hozhni, hemań eo ar c'hwec'hvet miz eus an hini a oa galvet gaonac'h,

37  rak n'eus netra dibosupl da Zoue.

38  Mari a lavaras: Setu servijerez an Aotrou, ra vo graet din hervez da gomz. Hag an ael a bellaas diouti.

Gweladenn Vari da Elesbed

39  En deizioł-se, Mari a savas hag a yeas buan da vro ar menezioł en ur gźr eus bro Juda.

40  Mont a reas e ti Zakaria hag e saludas Elesbed.

41  Hag e c'hoarvezas penaos, pa glevas Elesbed salud Mari, ar bugel bihan a dridas en he c'hof hag Elesbed a voe leuniet eus ar Spered-Santel.

42  O sevel he mouezh, e krias: Te a zo benniget e-touez ar gwragez ha benniget eo frouezh da gof.

43  A-belec'h e teu kement-mań din, ma teu mamm va Aotrou etrezek ennon?

44  Rak kerkent hag he deus mouezh da salud skoet va divskouarn, ar bugel bihan en deus tridet gant levenez em c'hof.

45  Eürus eo an hini he deus kredet, rak graet e vo an traoł a zo bet lavaret dezhi a-berzh an Aotrou.

Kantik Mari

46  Ha Mari a lavaras: Va ene a veul an Aotrou,

47  ha va spered en em laouena e Doue va Salver,

48  abalamour m'en deus sellet ouzh izelded e servijerez. Ha setu, diwar vremań e vin galvet eürus gant an holl rummadoł,

49  rak an Holl-C'halloudeg en deus graet traoł bras din. E anv a zo santel,

50  hag e drugarez en em astenn a oad en oad war ar re a zouj anezhań.

51  Diskouezet en deus nerzh e vrec'h. Stlabezet en deus ar re o doa sońjezonoł lorc'hus en o c'halon.

52  Didronet en deus ar re c'halloudek ha savet en deus ar re vihan.

53  Leuniet en deus a vadoł a re o doa naon ha kaset en deus kuit ar re binvidik er goullo.

54  Sikouret en deus Israel e servijer, o kaout sońj eus e drugarez,

55  evel m'en doa henn lavaret d'hon tadoł, e-keńver Abraham hag e lignez da viken.

56  Mari a chomas ganti war-dro tri miz, hag e tistroas d'he zi.

Ganedigezh Yann-Vadezour

57  Amzer Elesbed o vezań deuet, e c'hanas ur mab.

58  He amezeien hag he c'herent, o vezań anavezet penaos en doa an Aotrou diskouezet e drugarez en he c'heńver, en em laouenajont ganti.

59  O vezań deuet an eizhvet deiz evit amdroc'hań ar bugel, e c'halvjont anezhań Zakaria, eus anv e dad.

60  E vamm a gemeras ar gomz hag a lavaras: Nann, met Yann e vo galvet.

61  Lavarout a rejont dezhi: N'eus den e-touez da gerent hag a zo galvet eus an anv-se.

62  Goulenn a rejont dre sinoł digant e dad penaos e felle dezhań e vije galvet.

63  O vezań goulennet taolennołigoł, e skrivas ar gerioł-mań: Yann eo e anv. Hag an holl a voe souezhet.

64  Kerkent e c'henoł a zigoras hag e deod en em zistagellas, hag e komze hag e vennige Doue.

65  An holl amezeien a voe leuniet a spont, hag an holl draoł-mań en em vrudas dre vro Menezioł Judea a-bezh.

66  An holl re o c'hlevas o miras en o c'halon hag a lavaras: Petra eta a vo ar bugel bihan-se? Ha dorn an Aotrou a oa warnań.

Kantik Zakaria

67  Zakaria e dad a voe leuniet eus ar Spered-Santel hag a brofedas o lavarout:

68  Benniget ra vo an Aotrou, Doue Israel, dre m'en deus gweladennet ha dasprenet e bobl,

69  dre m'en deus savet deomp ur c'horn a Silividigezh e tiegezh David e servijer,

70  evel m'en doa lavaret dre c'henoł e brofeded santel abaoe kozh amzer,

71  Silvidigezh eus hon enebourien hag eus dorn ar re holl a gasa ac'hanomp,

72  evit ober trugarez e-keńver hon tadoł ha kaout sońj eus e emglev santel,

73  eus al le en doa graet da Abraham hon tad,

74  penaos, o vezań hon tennet eus dorn hon enebourien, e roje deomp da servijań anezhań hep aon

75  er santelezh hag er reizhder, dirazań, e-pad holl zeizioł hor buhez.

76  Ha te, bugel bihan, ta a vo galvet profed an Uhel-Meurbet, rak e kerzhi dirak dremm an Aotrou evit kempenn e hentoł,

77  evit reiń d'e bobl anaoudegezh ar silvidigezh er pardon eus o fec'hedoł,

78  dre garantez ar galon drugarezus eus hon Doue, an heol o sevel en deus hor gweladennet eus an nec'h drezi,

79  evit sklźrijennań ar re a zo azezet en deńvalijenn hag e skeud ar marv hag evit ren hor c'hammedoł en hent ar peoc'h.

80  Ar bugel a greske hag en em greńvae er spered. Hag e chomas el lec'hioł distro betek an deiz ma tlee bezań diskouezet da Israel.

 

Pennad 2

Ganedigezh Jezuz

1  En amzer-se e voe embannet ul lezenn a-berzh Kezar-Aogust, evit ma vije graet ar gont eus tud ar bed holl.

2  Ar gont kentań-se a voe graet e-pad ma oa Kiriniuz gouarnour Siria.

3  An holl eta a yae evit lakaat o anv, pep hini en e gźr e-unan.

4  Jozef ivez a bignas eus Galilea da Judea, eus kźr Nazared da gźr David anvet Betlehem, dre ma oa eus tiegezh hag eus familh David,

5  evit lakaat e anv gant Mari e wreg, a oa dougerez.

6  E-pad ma oant eno, an amzer ma tlee gwilioudiń a erruas,

7  hag e c'hanas he mab kentań-ganet. Hag, o vezań e vailhuret, e lakaas anezhań en ur c'hraou, rak ne oa ket lec'h evito en ostaleri.

8  Bez' e oa en hevelep korn-bro mesaerien a gouske er parkeier hag a ziwalle o loened e-pad beilhadennoł an noz.

9  Setu, un ael eus an Aotrou en em ziskouezas dezho ha gloar an Aotrou a lugernas en-dro dezho; hag o doe ur spont bras.

10  An ael a lavaras dezho: N'ho pet ket aon, rak setu, e tegasan deoc'h ur c'heloł mat hag a vo un abeg a levenez vras evit an holl bobl.

11  Rak ganet eo bet hiziv deoc'h e kźr David ur Salver, ar C'hrist hag an Aotrou eo.

12  Kement-mań a vo ar sin deoc'h: kavout a reot ar bugel bihan mailhuret ha gourvezet en ur c'hraou.

13  Ha kerkent e voe gant an ael ul lod bras eus arme an neńv, o veuliń Doue hag o lavarout:

14  Gloar da Zoue el lec'hioł uhel-meurbet! Peoc'h war an douar, bolontez vat e-keńver an dud!

15  Pa voe en em dennet an aeled diganto en neńv, ar vesaerien a lavaras an eil d'egile: Deomp eta betek Betlehem ha gwelomp ar pezh a zo c'hoarvezet hag a zo roet deomp da anavezout gant an Aotrou.

16  Mont a rejont eta buan di hag e kavjont Mari ha Jozef, hag ar bugel bihan a oa gourvezet er c'hraou.

17  O vezań e welet, e kontjont d'an holl ar pezh a oa bet lavaret dezho diwar-benn ar bugel bihan-se.

18  Ar re holl o c'hlevas a voe souezhet bras eus ar pezh a oa lavaret dezho gant ar vesaerien.

19  Mari a vire an holl draoł-se, o prederiań anezho en he c'halon.

20  Hag ar vesaerien a zistroas, en ur reiń gloar ha meuleudi da Zoue evit kement o doa klevet ha gwelet, hervez ma oa bet lavaret dezho.

Jezuz kinniget en templ

21  Pa voe deuet an eizhvet devezh evit amdroc'hań ar bugel, e voe galvet Jezuz, anv a oa bet roet dezhań gant an ael a-raok ma oa końsevet er c'hof.

22  Pa voe peurdremenet deizioł he glanidigezh, hervez lezenn Moizez, e tegasjont anezhań da Jeruzalem evit e ginnig d'an Aotrou,

23  hervez ma'z eo skrivet e lezenn an Aotrou: Pep paotr kentań-ganet a vo gouestlet d'an Aotrou,

24  hag evit kinnig en aberzh, hervez ar pezh a zo skrivet e lezenn an Aotrou, ur re durzhunelled pe ziv goulmig.

25  Setu, e oa e Jeruzalem un den anvet Simeon. An den-se a oa reizh hag a zouje Doue; gortoz a rae frealz Israel hag ar Spered-Santel a oa warnań.

26  Disklźriet e oa bet dezhań a-berzh Doue dre ar Spered-Santel na varvje ket a-raok m'en dije gwelet Krist an Aotrou.

27  Dont a reas en templ kaset gant ar Spered. Evel ma oa an tad hag ar vamm o tegas ar bugel bihan Jezuz evit ober en e geńver hervez giz al lezenn,

28  e kemeras anezhań etre e zivrec'h hag e veulas Doue, o lavarout:

29  Aotrou, laosk bremań da servijer da vont e peoc'h hervez da c'her,

30  rak va daoulagad o deus gwelet da silvidigezh

31  ac'h eus prientet dirak an holl bobloł,

32  ar sklźrijenn a dle sklaeriań ar broadoł ha gloar da bobl Israel.

33  Jozef hag e vamm a oa souezhet eus an traoł a lavared anezhań.

34  Simeon o bennigas hag a lavaras da Vari e vamm: Setu, ar bugel-se a zo lakaet da vezań kouezhadenn hag adsavidigezh evit kalz en Israel, ha da vezań ur sin eus enebiezh.

35  Ya, hag evidout-te ur c'hleze a dreuzo da ene. Sońjezonoł meur a galon a vo dizoloet.

36  Bez' e oa ivez eno Anna ar brofedez, merc'h Fanuel, eus meuriad Aser. Oadet bras e oa hag he doa bevet gant he fried seizh vloaz abaoe he gwerc'hded.

37  Chomet e oa intańvez, hag e oa oadet a bevar bloaz ha pevar ugent pe war-dro. N'ae ket er-maez eus an templ, o servijań Doue noz-deiz er yunoł hag er pedennoł.

38  O vezań deuet d'an eur-mań, e veule ivez an Aotrou hag e komze diwar e benn ouzh an holl dud a c'hortoze an daspren e Jeruzalem.

39  Goude m'o doe graet pep tra hervez lezenn an Aotrou, e tistrojont e Galilea, d'o c'hźr Nazared.

40  Ar bugel a greske hag en em nerzhe e spered, o vezań leuniet a furnez, ha gras Doue a oa warnań.

Jezuz en templ, pa voe deuet d'e zaouzek vloaz

41  E dud a yae bep bloaz da Jeruzalem da c'houel ar Pask.

42  P'en doe daouzek vloaz, e pignjont da Jeruzalem hervez giz ar gouel.

43  Pa voe an deizioł tremenet hag evel ma tistroent ac'hane, ar bugel Jezuz a chomas e Jeruzalem. Jozef hag e vamm n'anaveze ket-se.

44  O sońjal e oa asambles gant o c'henveajourien, e kerzhjont e-pad un devezh, ha goude e klaskjont anezhań e-touez o c'herent hag ar re eus o anaoudegezh.

45  Hag o vezań n'en kavjont ket, e tistrojont da Jeruzalem da glask anezhań.

46  A-benn tri devezh e kavjont anezhań en templ, azezet e-touez an doktored, o selaou anezho hag oc'h ober goulennoł outo.

47  Kement hini a gleve anezhań a oa souezhet eus e glevidigezh hag e respontoł.

48  Pa weljont anezhań, e voent souezhet, hag e vamm a lavaras dezhań: Va bugel, perak ec'h eus graet evel-se deomp? Setu, da dad ha me a glaske ac'hanout gant glac'har.

49  Eń a lavaras dezho: Perak em c'hlaskec'h? Ha n'ouiec'h ket eo ret din en em reiń d'ar pezh a sell ouzh va Zad?

50  Ne gomprenjont ket ar pezh a lavare dezho.

51  Mont a reas neuze ganto hag e teuas da Nazared hag e touje dezho. E vamm a vire an holl draoł-se en he c'halon.

52  Jezuz a greske e furnez, e ment hag e gras, dirak Doue ha dirak an dud.

 

Pennad 3

Prezegennoł Yann-Vadezour

1  Ar bemzekvet bloavezh eus ren Tiberiuz-Kezar, Pońs-Pilat o vezań gouarnour Judea, Herodez tetrark Galilea, Filip e vreur tetrark Iturea ha bro Drakonitiz, Lisaniaz tetrark Abilen,

2  dindan belegiezh veur Annaz ha Kaifaz, ger Doue a voe kaset da Yann, mab Zakaria, el lec'h distro.

3  Dont a reas en holl vro war-dro ar Jordan, o prezeg badeziant ar geuzidigezh evit pardon ar pec'hedoł,

4  hervez ma'z eo skrivet e levr lavarioł ar profed Izaia: Mouezh an hini a gri el lec'h distro a lavar: Kempennit hent an Aotrou, grit eeun e wenodennoł,

5  pep traonienn a vo leuniet, pep menez ha krec'hienn a vo izelaet, ar pezh a zo gwariet a vo eeunaet, an hentoł torgennek a vo kompezet,

6  ha pep kig a welo silvidigezh Doue.

7  Lavarout a rae eta d'ar bobl a zeue evit bezań badezet gantań: Lignez a naered-wiber, piv en deus desket deoc'h tec'hout diouzh ar gounnar da zont?

8  Dougit eta frouezh dereat d'ar geuzidigezh, ha n'en em lakait ket da lavarout ennoc'h hoc'h-unan: Ni hon eus Abraham da dad! Rak me a lavar deoc'h e c'hell Doue sevel eus ar vein-se bugale da Abraham.

9  Ar vouc'hal a zo a-vremań lakaet ouzh gwrizioł ar gwez. Pep gwezenn eta na ro ket frouezh mat, a ya da vezań troc'het ha taolet en tan.

10  Ar bobl a c'houlennas digantań: Petra a raimp eta?

11  Eń a respontas dezho: An neb en deus daou gwiskamant ra roio unan d'an hini n'en deus ket, hag an neb en deus boued ra zeuio d'ober an hevelep tra.

12  Dont a reas ivez publikaned evit bezań badezet hag e lavarjont dezhań: Mestr, petra a raimp?

13  Eń a lavaras dezho: Na c'houlennit netra en tu-hont d'ar pezh a zo gourc'hemennet deoc'h.

14  Soudarded a c'houlennas ivez digantań: Ha ni, petra a raimp? Eń a lavaras dezho: Na wallgasit den ha na damallit den e gaou, met tremenit gant ho pae.

15  Evel ma oa ar bobl o c'hortoz ha ma c'houlenne an holl en o c'halon hag eń ne oa ket Yann ar C'hrist,

16  Yann en em lakaas da lavarout d'an holl: Me ho padez en dour, met unan all a zeu, galloudusoc'h egedon, ha n'on ket dellezek da zieren korreenn e votoł. Eń ho padezo er Spered-Santel hag en tan.

17  E grouer a zo en e zaouarn, naetaat a raio mat e leur, hag e tastumo ar gwinizh en e solier, met ar pell a zevo en tan na varv ket.

18  Eń a lavare c'hoazh meur a gelennadurezh all d'ar bobl o prezeg dezho an Aviel.

19  Met Herodez an tetrark, o vezań bet tamallet gantań diwar-benn Herodiaz gwreg Filip e vreur, ha diwar-benn an holl draoł fall en doa graet,

20  a reas goude an holl re all an hini da lakaat Yann er prizon.

Badeziant Jezuz

21  Evel ma rae an holl bobl en em vadeziń gantań, Jezuz a voe ivez badezet. Hag e-pad ma pede, an neńv a zigoras

22  hag ar Spered-Santel a ziskennas warnań e doare ur c'horf, evel hini ur goulm. Hag ur vouezh a zeuas eus an neńv, o lavarout: Te eo va Mab karet-mat, ennout em eus lakaet va holl levenez.

Lignez Jezuz

23  Jezuz a oa oadet war-dro tregont vloaz p'en em lakaas da brezeg, hag e oa evel ma kreded, mab da Jozef, da Heli,

24  da Vatat, da Levi, da Velki, da Jannai, da Jozef,

25  da Vatatiaz, da Amoz, da Nahum, da Esli, da Naggai,

26  da Vaaz, da Vatatiaz, da Semein, da Jozef, da Juda,

27  da Joanan, da Resa, da Zorobabel, da Salatiel, da Neri,

28  da Velki, da Addi, da Gosam, da Elmodam, da Er,

29  da Joze, da Eliezer, da Jorim, da Vatat, da Levi,

30  da Simeon, da Juda, da Jozef, da Jonan, da Eliakim,

31  da Velea, da Vainan, da Vatata, da Natan, da Zavid,

32  da Jese, da Obed, da Vooz, da Salmon, da Naason,

33  da Aminadab, da Aram, da Ezrom, da Farez, da Juda,

34  da Jakob, da Izaak, da Abraham, da Dara, da Nakor,

35  da Seruk, da Ragav, da Faleg, da Eber, da Sala,

36  da Gainam, da Arfaksad, da Sem, da Noe, da Lamek,

37  da Vatuzala, da Enok, da Jared, da Valeleel, da Gainan,

38  da Enoz, da Sed, da Adam, da Zoue.

 

Pennad 4

Temptadur Jezuz

1  Jezuz, leuniet eus ar Spered-Santel, a zistroas eus ar Jordan hag a voe kaset gant ar Spered el lec'h distro;

2  eno e voe temptet gant an diaoul e-pad daou-ugent devezh. Ne zebras netra e-pad an deizioł-se ha, goude ma voent tremenet, en doa naon.

3  Neuze an diaoul a lavaras dezhań: Mar d-out Mab Doue, gourc'hemenn d'ar maen-mań dont da vezań bara.

4  Jezuz a respontas dezhań: Skrivet eo: An den ne vevo ket gant bara hepken, met gant pep ger a zeu eus Doue.

5  An diaoul en kasas war ur menez uhel, a ziskouezas dezhań en un taol holl rouantelezhioł ar bed,

6  hag a lavaras dezhań: Reiń a rin dit an holl c'halloud-se ha gloar ar rouantelezhioł-se, rak roet eo bet din hag e roan anezhań da neb a fell din.

7  Mar daoulinez eta dirazon, dit e vo en e bezh.

8  Jezuz a respontas dezhań: A-dreńv din, Satan! Rak skrivet eo: An Aotrou da Zoue a azeuli, hag eń hepken a serviji.

9  Kas a reas anezhań ivez da Jeruzalem, hag e lakaas anezhań war lein an templ, hag e lavaras dezhań: Mar dout Mab Doue, en em daol ac'hann d'an traoń, rak skrivet eo:

10  Gourc'hemenn a raio d'e aeled kaout evezh ouzhit evit da ziwall,

11  hag e tougint ac'hanout etre o daouarn, gant aon na stokfe da droad ouzh ur maen bennak.

12  Jezuz a respontas dezhań: Lavaret eo: Ne dempti ket an Aotrou da Zoue.

13  An diaoul, o vezań echuet an holl demptadur, en em dennas dioutań evit un amzer.

Jezuz dianzavet e Nazared

14  Jezuz a zistroas da C'halilea, dindan galloud ar Spered, hag ar vrud anezhań a redas dre an holl vro tro-war-dro.

15  Kelenn a rae en o sinagogennoł hag e oa enoret gant an holl.

16  Jezuz a zeuas da Nazared e-lec'h ma oa bet savet hag a yeas, hervez e c'hiz, er sinagogenn d'an deiz sabad. Sevel a reas evit lenn.

17  Roet e voe dezhań levr ar profed Izaia. O vezań displeget al levr, e kavas al lec'h ma oa skrivet ennań:

18  Spered an Aotrou a zo warnon, dre-se en deus va olevet da brezeg ar c'heloł mat d'ar beorien. Kaset en deus ac'hanon da yac'haat ar re o deus ar c'halon flastret, da embann an dieubidigezh d'ar re zalc'het ha distro ar gweled d'ar re dall, da gas diere ar re gwasket,

19  da embann bloavezh trugarezus an Aotrou.

20  Goude bezań pleget al levr hag e roet d'ar servijer, ec'h azezas. Daoulagad an holl er sinagogenn a selle pizh outań.

21  Neuze en em lakaas da lavarout dezho: Hiziv eo peurc'hraet ar gomz-mań eus ar Skritur hoc'h eus klevet

22  An holl a roas testeni dezhań hag a voe souezhet eus ar c'homzoł a c'hras a zeue eus e c'henoł, hag e lavarjont: Ha n'eo ket hemań mab Jozef?

23  Eń a lavaras dezho: Hep mar e lavarot din ar c'hrennlavar-mań: Medisin, en em yac'ha da-unan. Gra ivez amań, en da vro, kement hon eus klevet ac'h eus graet e Kafarnaoum.

24  Met e lavaras: Me a lavar deoc'h e gwirionez, profed ebet n'eo degemeret mat en e vro.

25  Me a lavar deoc'h e gwirionez, bez' e oa kalz a intańvezed en Israel en amzer Elia, pa voe serret an neńv e-pad tri bloaz ha c'hwec'h miz ha pa c'hoarvezas un naonegezh vras dre an holl vro.

26  Koulskoude Elia ne voe ket kaset da di hini anezho, nemet da di un intańvez eus Sarepta e bro Sidon.

27  Bez' e oa ivez kalz a dud lovr en Israel en amzer ar profed Elizea. Koulskoude hini anezho ne oa glanaet, nemet Naaman ar Siriad.

28  Ar re holl a oa er sinagogenn, o klevout kement-se, a yeas droug enno.

29  O vezań savet, e kasjont anezhań kuit eus ar gźr hag e lakajont anezhań war lein ar menez ma oa savet o c'hźr warnań, evit e deurel d'an traoń.

30  Met eń, o tremen dre o c'hreiz, a yeas kuit.

Jezuz a gas ur spered hudur kuit

31  Hag e tiskennas da Gafarnaoum, kźr eus Galilea, hag e kelenne anezho d'an deizioł sabad.

32  Souezhet e oant eus e gelennadurezh, rak komz a rae gant galloud.

33  Bez' e oa er sinagogenn un den dalc'het gant ur spered a ziaoul hudur hag a grias gant ur vouezh uhel:

34  A! Petra a zo etre ni ha te, Jezuz a Nazared? Ha deuet out evit hor c'holl? Gouzout a ran piv out: Sant Doue.

35  Jezuz a c'hourdrouzas anezhań o lavarout: Tav ha kae er-maez anezhań. An diaoul, o vezań e stlapet er c'hreiz, a yeas kuit anezhań hep ober droug ebet dezhań.

36  Spontet e voent holl hag e lavarjont an eil d'egile: Petra eo ar ger-mań? Gourc'hemenn a ra gant galloud ha nerzh d'ar speredoł hudur hag ez eont kuit!

37  Hag ar vrud anezhań a yeas e pep lec'h er vro tro-war-dro.

Jezuz a yac'ha mamm-gaer Simon

38  O vezań aet er-maez eus ar sinagogenn, eń a yeas e ti Simon. Mamm-gaer Simon he doa ur gwall derzhienn hag e pedjont anezhań eviti.

39  O vezań en e sav a-us dezhi, e c'hourc'hemennas d'an derzhienn, hag ez eas kuit diouti. Hi a savas raktal hag a servijas anezho.

Jezuz a yac'ha klańvourien e-leizh

40  Pa voe kuzhet an heol, ar re holl o doa re glańv dalc'het gant meur a gleńvedoł o degasas dezhań. Eń a lakaas e zaouarn war bep hini anezho hag o yac'haas.

41  An diaouled ivez a yae er-maez eus kalz a dud, o krial hag o lavarout: Te eo ar C'hrist, Mab Doue. Met eń o gourdrouzas ha ne lezas ket anezho da gomz, dre ma ouient e oa ar C'hrist.

42  Adalek ma teuas an deiz, ez eas er-maez d'ul lec'h distro. Ur bobl vras en klaskas hag a zeuas betek ennań; hag e c'hoantajont en derc'hel evit n'o c'huitaje ket.

43  Met eń a lavaras dezho: Ret eo din ivez prezeg Aviel rouantelezh Doue d'ar c'hźrioł all, rak evit-se eo ez on bet kaset.

44  Hag e prezege e sinagogennoł Galilea.

 

Pennad 5

An diskibien gentań hag ar pesketaerezh burzhudus

1  Evel ma oa e-kichen lenn Genezared, ar bobl en em daolas warnań evit klevout ger Doue.

2  Gwelout a reas div vag war vord al lenn, a oa diskennet ar besketaerien anezho evit gwalc'hiń o rouedoł.

3  Pignat a reas en unan eus ar bagoł-se, a oa da Simon, hag e pedas anezhań da bellaat un tamm diouzh an douar. O vezań azezet, e kelennas ar bobl diwar ar vag.

4  P'en doe paouezet da gomz, e lavaras da Simon: Kae a-raokoc'h en dour don, ha taolit ho rouedoł evit pesketa.

5  Simon a respontas dezhań: Mestr, labouret hon eus hed an noz hep tapout netra, hogen war da c'her e taolin ar roued.

6  O vezań henn graet, e tapjont un niver ken bras a besked ma torre o roued.

7  Hag e rejont sin d'o c'henseurted a oa er vag all da zont d'o sikour. Dont a rejont hag e leugnjont an div vag en hevelep doare ma'z aent d'ar fońs.

8  Simon-Pźr, o vezań gwelet kement-se, en em strinkas d'an daoulin ouzh treid Jezuz hag a lavaras: Aotrou, pella diouzhin, rak ur pec'her on.

9  Rak ar spont a oa kroget ennań hag er re holl a oa gantań, abalamour d'ar pesketaerezh o doa graet,

10  kenkoulz evel e Jakez ha Yann mibien Zebedea, kenseurted da Simon. Jezuz a lavaras da Simon: Na'z pez ket aon, a-vremań e vi pesketaer tud bev.

11  O vezań degaset ar bagoł d'an douar, e kuitajont holl hag e heuilhjont anezhań.

Jezuz a yac'ha un den lovr

12  Evel ma oa en ur gźr, setu, e oa un den goloet a lovrentez. O vezań gwelet Jezuz, en em strinkas war e c'henoł d'an douar hag en pedas o lavarout: Aotrou, mar fell dit, e c'hellez va glanaat.

13  Jezuz, oc'h astenn e zorn, en stokas hag a lavaras: Fellout a ra din, bez glanaet. Kerkent al lovrentez a guitaas anezhań.

14  Hag e tifennas outań n'en lavarje da zen. Met kae, emezań, en em ziskouez d'ar beleg ha kinnig evit da c'hlanidigezh ar pezh gourc'hemennet gant Moizez, evit ma servijo kement-se da desteni dezho.

15  Ar vrud anezhań en em skuilhe muioc'h-muiań ha kalz a dud en em zastume evit e glevout hag evit bezań yac'haet gantań eus o c'hleńvedoł.

16  Met eń en em zalc'he a-du el lec'h distro evit pediń.

Jezuz a yac'ha un den seizet

17  Un devezh ma kelenne, e oa azezet eno farizianed ha doktored al lezenn deuet eus holl vourc'hioł eus Galilea, eus Judea hag eus Jeruzalem. Galloud an Aotrou a oberie evit yac'haat.

18  Ha setu, e teuas tud a zouge war ur gwele un den seizet, hag e klaskjont mont en ti hag e lakaat dirazań.

19  Pa ne ouient dre belec'h e gas e-barzh abalamour d'ar bobl, e pignjont war an ti, hag en diskennjont dre an teol gant e wele, e-kreiz an holl, dirak Jezuz.

20  O welout o feiz, e lavaras dezhań: Den, da bec'hedoł a zo pardonet dit.

21  Neuze ar skribed hag ar farizianed en em lakaas da c'hrozmolat ha da lavarout: Piv eo hemań hag a wallgomz? Piv a c'hell pardoniń ar pec'hedoł, nemet Doue hepken?

22  Met Jezuz, oc'h anavezout o sońjezonoł, a gemeras ar gomz hag a lavaras dezho: Petra a c'hrozmolit en ho kalonoł?

23  Petra eo an aesoc'h, lavarout: Da bec'hedoł a zo pardonet dit, pe lavarout: Sav ha kerzh?

24  Met evit ma ouiot penaos Mab an den en deus war an douar ar galloud da bardoniń ar pec'hedoł, e lavaras d'an den seizet: Me a lavar dit, sav, kemer da wele ha kae da'z ti.

25  Raktal e savas dirazo, e tougas ar gwele ma oa gourvezet warnań, hag ez eas d'e di o reiń gloar da Zoue.

26  Hag e voent holl souezhet bras hag e rojont gloar da Zoue. Leuniet e voent a zoujańs hag e lavarjont: Traoł burzhudus hon eus gwelet hiziv.

Jezuz a c'halv Levi

27  Goude-se, e teuas hag e welas ur publikan anvet Levi, azezet e ti ar gwirioł, hag e lavaras dezhań: Heuilh ac'hanon.

28  Eń, o kuitaat pep tra, a savas hag en heulias.

29  Levi a reas ur fest vras en e di, hag un niver bras a bublikaned hag a dud all a oa ouzh taol ganto.

30  O skribed hag o farizianed a c'hrozmolas hag a lavaras d'e ziskibien: Perak e tebrit hag ec'h evit gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall?

31  Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezho: N'eo ket ar re a zo yac'h eo ar re o deus ezhomm a vedisin, met ar re a zo klańv.

32  N'on ket deuet evit gerervel ar re reizh d'ar geuzidigezh, met ar bec'herien.

Ar yun

33  Lavarout a rejont dezhań: Perak e yun alies diskibien Yann hag e reont pedennoł, kenkoulz evel re ar farizianed, e-lec'h da re a zebr hag a ev?

34  Eń a lavaras dezho: Ha c'hwi a c'hell lakaat da yunań mignoned ar pried, e-pad ma'z emań ar pried ganto?

35  Met deizioł a zeuio ma vo lamet ar pried diganto, hag en deizioł-se e yunint.

36  Lavarout a reas ivez dezho ur barabolenn: Den ne laka un tamm eus ur gwiskamant nevez war ur gwiskamant kozh, rak an tamm nevez a rogfe an hini kozh hag an tamm nevez n'en em rafe ket gant an hini kozh.

37  Den ne laka gwin nevez e seier-lźr kozh, rak ar gwin nevez a dorrfe ar seier kozh, en em skuilhfe hag ar seier a vefe kollet.

38  Met ar gwin nevez a dle bezań lakaet e seier nevez, hag an daou en em vir a-unan.

39  Ha n'eus den hag a ev gwin kozh hag a c'houlenn diouzhdu gwin nevez, rak lavarout a ra: Gwelloc'h eo an hini kozh.

 

Pennad 6

Jezuz, mestr ar sabad

1  C'hoarvezout a reas, e-pad an eil-kentań sabad, ma tremene dre barkeier ed. E ziskibien a ziframme tańvouezennoł hag, o vezań o gwasket en o daouarn, e tebrent anezho.

2  Hiniennoł eus ar farizianed a lavaras dezho: Perak e rit ar pezh n'eo ket aotreet ober d'an deizioł sabad?

3  Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezho: Ha n'hoc'h eus ket lennet ar pezh a reas David p'en doe naon, eń hag ar re a oa gantań?

4  Penaos ez eas e ti Doue, e kemeras hag e tebras ar baraoł a ginnig, hag o roas ivez d'ar re a oa gantań, petra bennak na oa ket aotreet debriń anezho, nemet d'ar veleien hepken?

5  Hag e lavaras dezho: Mab an den a zo mestr zoken war ar sabad.

Jezuz a yac'ha un den disec'het e zorn

6  C'hoarvezout a reas ivez, un deiz sabad all, ma'z eas er sinagogenn ha ma kelennas. Bez' e oa eno un den ma oa disec'het e zorn dehou.

7  Ar skribed hag ar farizianed a selle outań evit gwelout hag eń a yac'hafe d'an deiz sabad, evit kaout un abeg d'e damall.

8  Met ec'h anaveze o sońjezonoł hag e lavaras d'an den en doa an dorn disec'het: Sav hag en em zalc'h aze er c'hreiz. Eń a savas hag en em zalc'has en e sav.

9  Ha Jezuz a lavaras dezho eta: Un dra a c'houlennin ouzhoc'h: Hag aotreet eo, d'an deiz sabad, ober vad pe droug, saveteiń un den pe e lezel da goll?

10  Neuze, o sellout ouzh ar re holl a oa en-dro dezhań, e lavaras d'an den: Astenn da zorn. Ober a reas hag e zorn a zeuas yac'h evel egile.

11  Int a voe leuniet a fulor hag en em guzuilhjont war ar pezh a c'helljent ober da Jezuz.

Dibab an Daouzek

12  En amzer-se, ez eas war ar menez da bediń hag e tremenas an noz holl o pediń Doue.

13  Pa voe deuet ar beure, e c'halvas e ziskibien hag e tibabas daouzek anezho a c'halvas ivez ebestel:

14  Simon a roas ivez an anv a Bźr dezhań; Andrev e vreur; Jakez, ha Yann; Filip, ha Bartolome;

15  Mazhev, ha Tomaz; Jakez mab Alfe, ha Simon anvet Gredus;

16  Jud kar da Jakez; Judaz Iskariod a oa an hini en droukroas.

Jezuz a yac'ha klańvourien

17  O vezań neuze diskennet ganto, e chomas en ur blaenenn, gant e vandenn diskibien hag ul lod bras a dud eus Judea, eus Jeruzalem hag eus ar vro arvorek Tir ha Sidon. Deuet e oant evit e glevout hag evit bezań yac'haet eus o c'hleńvedoł.

18  Ar re a oa dalc'het gant speredoł hudur a oa ivez yac'haet.

19  An holl bobl a glaske stekiń outań, abalamour ma teue anezhań un nerzh a yac'hae holl.

Ar prezeg war ar menez; ar Gwenvidigezhioł

20  O sevel e zaoulagad war-zu e ziskibien, e lavaras: Eürus oc'h, c'hwi hag a zo paour, rak rouantelezh Doue a zo deoc'h!

21  Eürus oc'h, c'hwi hag hoc'h eus naon bremań, rak leuniet e viot! Eürus oc'h, c'hwi hag a ouel bremań, rak karget e viot gant levenez!

22  Eürus e viot pa gasaio an dud ac'hanoc'h, pa gasint kuit ac'hanoc'h eus o zouez, pa lavarint dismegańs deoc'h ha pa daolint hoc'h anv evel fall abalamour de Vab an den,

23  en em laouenait en amzer-se ha tridit gant levenez, rak ho kopr a vo bras en neńv; rak evel-se o deus graet o zadoł d'ar brofeded.

24  Met gwalleur deoc'h, tud pinvidik! Rak c'hwi hoc'h eus bet ho frealz.

25  Gwalleur deoc'h, tud leuniet! rak c'hwi ho po naon. Gwalleur deoc'h, ar re a c'hoarzh bremań! Rak c'hwi en em c'hlac'haro hag a ouelo.

26  Gwalleur deoc'h, pa lavaro an holl dud vad ac'hanoc'h! Rak o zadoł o deus graet evel-se e-keńver ar fals-profeded!

Karantez ouzh an enebourien

27  Met me a lavar deoc'h c'hwi am selaou: Karit hoc'h enebourien, grit vad d'ar re a gasa ac'hanoc'h,

28  bennigit ar re a villig ac'hanoc'h, pedit evit ar re a wallgomz ouzhoc'h.

29  D'an hini a sko ac'hanout war ur jod, tro eben outań. D'an hini a zilam da vantell diganit, laosk ivez gantań da doneg.

30  Ro d'an neb a c'houlenn diganit, ha n'adc'houlenn ket digant an hini en deus kemeret da dra.

31  Ar pezh a fell deoc'h e rafe an dud deoc'h, grit ivez kement-se dezho.

32  Ma ne garit nemet ar re ho kar, peseurt trugarez a dleer deoc'h? Ar bec'herien a gar ivez ar re o c'har.

33  Ma ne rit vad nemet d'ar re a ra vad deoc'h, peseurt trugarez a dleer deoc'h? Ar bec'herien a ra an hevelep tra.

34  Ma ne brestit nemet d'ar re e c'hortozit resev diganto, peseurt trugarez a dleer deoc'h? Ar bec'herien a brest ivez d'ar bec'herien evit kaout kement all.

35  Met karit hoc'h enebourien, grit vad ha prestit hep gortoz netra, hag ho kopr a vo bras, ha c'hwi a vo mibien an Uhel-Meurbet, abalamour ma'z eo mat e-keńver ar re zizanaoudek hag ar re fall.

36  Bezit eta trugarezus, evel ma'z eo ivez ho Tad trugarezus.

Na varnit ket

37  Na varnit ket ha ne viot ket barnet. Na gondaonit ket ha ne viot ket kondaonet. Pardonit hag e viot pardonet.

38  Roit hag e vo roet deoc'h, roet e vo deoc'h en ho kerc'henn ur muzul mat, stardet hag hejet, a zeuio dreist ar barr. Rak muzuliet e vo deoc'h gant an hevelep muzul ma vuzuilhit d'ar re all.

39  Lavarout a reas ivez dezho ur barabolenn: Daoust hag un den dall a c'hell ren un den dall? Ha ne gouezhint ket o daou er poull?

40  An diskibl n'eo ket uheloc'h eget e vestr, met pep diskibl mat a vo evel e vestr.

41  Perak e sellez ouzh ar blouzenn a zo e lagad da vreur, ha ne welez ket an treust a zo en da lagad da-unan?

42  Pe penaos e c'hellez lavarout da'z preur: Breur, va lez da zilemel ar blouzenn a zo e-barzh da lagad, te na welez ket an treust en da hini? Pilpous, lam da gentań an treust eus da lagad, ha neuze e weli penaos e lami ar blouzenn a zo e lagad da vreur.

Ar wezenn hag he frouezh

43  N'eus gwezenn vat ebet hag a zougfe frouezh fall, na gwezenn fall ebet hag a zougfe frouezh mat.

44  Rak pep gwezenn a anavezer diouzh he frouezh hec'h-unan. Ne zastumer ket fiez diwar spern ha ne vendemer ket rezin diwar drez.

45  An den mat a denn traoł mat eus teńzor mat e galon, hag an den fall a denn traoł fall eus teńzor fall e galon. Rak eus leunder ar galon eo e komz ar genoł.

46  Perak eta e c'halvit ac'hanon Aotrou, Aotrou, ha ne rit ket ar pezh a lavaran?

An daou ziazez

47  Me a ziskouezo deoc'h ouzh piv eo heńvel pep den hag a zeu da'm c'havout, a selaou va gerioł hag a sent outo.

48  Heńvel eo ouzh un den a sav un ti, hag o vezań kleuzet ha toullet don, en deus lakaet an diazez war ar roc'h. An doureier o vezań deuet ha skoet gant nerzh a-enep an ti-se, n'o deus ket gellet e ziskar dre ma oa diazezet war ar roc'h.

49  Met an hini a selaou ha ne sent ket, a zo heńvel ouzh un den a sav e di war an douar, hep diazez. An doureier o vezań skoet gant nerzh a-enep dezhań, kouezhet eo kerkent ha diskar an ti-se a zo bet bras.

 

Pennad 7

Jezuz a yac'ha mevel ur c'hantener

1  Goude m'en doa peurlavaret ar c'homzoł-mań dirak ar bobl a oa ouzh e selaou, ez eas da Gafarnaoum.

2  Mevel ur c'hantener, karet mat gantań, a oa klańv hag a yae da vervel.

3  O vezań klevet komz diwar-benn Jezuz, e kasas d'e gavout henaourien eus ar Yuzevien da bediń anezhań da zont da yac'haat e servijer.

4  Ar re-mań eta, o vezań deuet da gavout Jezuz, a bedas anezhań start en ur lavarout: Din eo ma rafes kement-se evitań,

5  rak karout a ra hor broad, eń eo en deus savet deomp hor sinagogenn.

6  Jezuz eta a yeas ganto. Pa ne oa ken pell eus an ti, ar c'hantener a gasas etrezek ennań mignoned da lavarout dezhań: Aotrou, na gemer ket kement a boan, rak n'on ket dellezek e teufes dindan va zoenn.

7  Abalamour da-se ne'm eus ket kavet e oan dellezek va-unan da vont betek ennout, met lavar ur ger ha va mevel a vo yac'haet.

8  Rak me va-unan a zo un den lakaet dindan galloud re all, ha dindanon em eus soudarded. Hag e lavaran da unan: Kae! hag ez a; d'egile: Deus! Hag e teu; ha da'm mevel: Gra kement-mań! Hag en gra.

9  Pa glevas Jezuz kement-se, e voe souezhet hag, o tistreiń, e lavaras d'ar bobl en heulie: Me a lavar deoc'h penaos ne'm eus ket kavet ur feiz ken bras, zoken en Israel.

10  Pa zistroas d'ar gźr ar re a oa bet kaset, e kavjont yac'h mat ar mevel a oa bet klańv.

Jezuz a adsav a varv mab intańvez Nain

11  An deiz war-lerc'h, ez eas d'ur gźr anvet Nain. Kalz eus e ziskibien hag ur bobl vras a yae gantań.

12  Evel ma tostaas ouzh dor kźr, setu, e touged d'an douar un den marv, mab nemetań e vamm a oa intańvez. Un niver bras a dud eus kźr a oa ganti.

13  An Aotrou o vezań he gwelet, en doe truez outi hag a lavaras dezhi: Na ouel ket!

14  O vezań tostaet, e stokas an arched. Ar re en douge a arsavas. Lavarout a reas: Den yaouank, me en lavar dit, sav!

15  An hini marv a azezas hag en em lakaas da gomz. Jezuz en roas d'e vamm.

16  Ar spont a grogas enno holl hag e rojont gloar da Zoue, en ur lavarout: Ur profed bras a zo savet en hon touez ha Doue en deus gweladennet e bobl.

Diwar-benn Yann-Vadezour

17  Ar vrud-se en em skuilhas dre Judea holl ha dre an holl vro tro-war-dro.

18  Diskibien Yann a gontas an holl draoł-se dezhań.

19  Yann a c'halvas daou eus e ziskibien hag o c'hasas da gavout Jezuz evit lavarout dezhań: Bez' out an hini a dle dont pe e tleomp gortoz unan all?

20  O vezań deuet d'e gavout, ar re-mań a lavaras: Yann-Vadezour en deus hon degaset da'z kavout evit lavarout: Bez' out an hini a dle dont pe e tleomp gortoz unan all?

21  En eur-se zoken, eń a yac'haas kalz a dud eus o c'hleńvedoł, eus o mac'hagnoł hag eus drouk-speredoł, hag e roas ar gweled da veur a hini dall.

22  Jezuz a respontas dezho: It ha lavarit da Yann ar pezh hoc'h eus gwelet ha klevet: ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, an Aviel a zo prezeget d'ar beorien.

23  Eürus eo an neb na gav ket tamall ennon.

24  Pa voe aet kuit kannaded Yann, Jezuz en em lakaas da lavarout d'ar bobl diwar-benn Yann: Petra oc'h aet da welout el lec'h distro? Ur bennduenn hejet gant an avel?

25  Met petra oc'h aet da welout? Un den gwisket gant dilhad kaer? Setu, ar re a zo gwisket gant dilhad kaer hag a vev er plijadurioł, a zo e tiez ar rouaned.

26  Met petra oc'h aet da welout? Ur profed? Ya a lavaran deoc'h, ha muioc'h eget ur profed.

27  Eń eo an hini a zo skrivet diwar e benn: Setu, e kasan va c'hannad dirak da zremm da gempenn da hent a-raok dit.

28  Rak me a lavar deoc'h, e-touez ar re a zo bet ganet gant gwragez, n'eus profed ebet brasoc'h eget Yann-Vadezour. Koulskoude, an hini bihanań e rouantelezh Doue a zo brasoc'h egetań.

29  Hag an holl dud o deus e glevet hag ar bublikaned o deus disklźriet reizhder Doue o vezań bet badezet gant badeziant Yann.

30  Met ar farizianed ha doktored al lezenn, o vezań n'int ket bet badezet gantań, o deus taolet diouto evit o c'holl bolontez Doue en o c'heńver.

31  Neuze an Aotrou a lavaras: Ouzh piv e keńverin tud ar rummad-mań? Ouzh piv int heńvel?

32  Heńvel int ouzh bugale azezet war al leurgźr hag a gri an eil d'egile, o lavarout: Ni hon eus sonet deoc'h ar fleüt ha n'hoc'h eus ket dańset, ni hon eus kanet deoc'h hirvoudoł ha n'hoc'h eus ket gouelet.

33  Rak Yann-Vadezour a zo deuet hep debriń bara hag hep evań gwin, hag e lavarit: Un diaoul a zo ennań.

34  Mab an den a zo deuet o tebriń hag oc'h evań, hag e lavarit: Setu un debrer hag un ever, ur mignon d'ar bublikaned ha d'ar bec'herien.

35  Met ar furnez a zo bet reishaet gant he holl vugale.

Jezuz olevet gant ur wreg a vuhez fall

36  Ur farizian a bedas anezhań da zebriń. Eń a yeas e ti ar farizian hag en em lakaas ouzh taol.

37  Ha setu, ur wreg eus kźr a oa vuhez fall, o vezań gouezet e oa ouzh taol e ti ar farizian, a zegasas ul lestr alabastr, leun a c'hwezh-vat,

38  Oc'h en em zerc'hel a-dreńv ouzh treid Jezuz, o ouelań, en em lakaas da zourań e dreid gant he daeroł. Hag o zorchas gant blev he fenn, e pokas e dreid hag ec'h olevas anezho gant ar c'hwezh-vat.

39  Ar farizian en doa e bedet, o welout kement-se, a lavaras ennań e-unan: Ma vije an den-mań ur profed, e ouije piv eo a wreg a stok ennań, ha penaos eo a vuhez fall.

40  Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezhań: Simon, un dra bennak am eus da lavarout dit. Eń a lavaras dezhań: Mestr, lavar.

41  Ur c'hredour en doa daou zleour: unan a dlee pemp kant diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g) hag egile hanter-kant.

42  Evel n'o doa ket peadra da baeań, e tiskargas anezho o-daou eus o dle. Lavar din eta pehini anezho en karo ar muiań?

43  Simon a respontas: Me a gav din ez eo an hini en deus bet ar brasań diskarg. Eń a lavaras dezhań: Barnet mat ec'h eus.

44  Neuze, o tistreiń ouzh ar wreg, e lavaras da Simon: Gwelout a rez ar wreg-mań? Deuet on en da di ha ne'c'h eus ket roet dour din evit gwalc'hiń va zreid, met hi he deus douret va zreid gant he daeroł hag he deus o sec'het gant he blev.

45  Te ne'c'h eus ket roet ur pok din, met hi, abaoe ma'z on deuet en ti, n'he deus ket paouezet da bokat da'm zreid.

46  Te ne'c'h eus ket olevet va fenn gant eoul, met hi he deus olevet va zreid gant c'hwezh-vat.

47  Dre-se e lavaran dit, he fec'hedoł niverus a zo bet pardonet dezhi, rak karet he deus kalz. Met an neb a bardoner nebeut dezhań, a gar nebeut.

48  Hag e lavaras dezhi: Da bec'hedoł a zo pardonet dit.

49  Ar re a oa ouzh taol gantań en em lakaas da lavarout enno o-unan: Piv eo hemań hag a bardon zoken ar pec'hedoł?

50  Met e lavaras d'ar wreg: Da feiz he deus da saveteet, kae e peoc'h.

 

Pennad 8

Parabolenn an hader

1  Goude-se, Jezuz a yeas eus eil kźr hag eus eil bourc'h d'egile, o prezeg hag o kemenn keloł mat rouantelezh Doue. An daouzek a oa gantań,

2  kenkoulz hag un nebeud gwragez a oa bet yac'haet a zrouk-speredoł hag a gleńvedoł: Mari anvet a Vagdala, a oa aet kuit seizh diaoul diouti,

3  Janed gwreg Chuza, merour Herodez, Suzanna, ha kalz a reoł all en sikoure gant o madoł.

4  Evel ma en em zastume kalz a bobl ha ma teue d'e gavout meur a hini eus an holl gźrioł, e lavaras dezho dre barabolenn:

5  Un hader a yeas er-maez da hadań e had. Evel ma hade, ul lodenn eus an had a gouezhas a-hed an hent, hag e voe mac'het ha laboused an neńv he debras holl.

6  Ul lodenn all a gouezhas war ul lec'h meinek, ha pa voe savet, e sec'has rak n'he doa ket a c'hlebor.

7  Ul lodenn all a gouezhas e-touez ar spern, ar spern a savas gant ar greun hag o mougas.

8  Ul lodenn all a gouezhas en douar mat hag, o vezań savet, e roas frouezh, kant evit unan. O lavarout an traoł-mań, e krias: Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.

9  E ziskibien a c'houlennas digantań petra e oa ar barabolenn-se.

10  Respont a reas: Roet eo deoc'h da anavezout misterioł rouantelezh Doue, met d'ar re all eo komzet dre barabolennoł, evit o welout na welont ket, hag o klevout na gomprenont ket.

11  Setu petra eo ar barabolenn-se: An had eo ger Doue.

12  Ar re a zo a-hed an hent eo ar re en selaou, met an diaoul a zeu hag a zilam ar ger diouzh o c'halon, en aon en ur grediń na vefent salvet.

13  Ar re a zo war al lec'hioł meinek, eo ar re a glev ar ger, e zegemer gant levenez, met n'o deus ket a wrizienn, ne gredont nemet ur pennad ha pa zeu an temptadur, e kouezhont.

14  Ar pezh a zo e-touez an drein, eo ar re o deus klevet ar ger, met, en ur vont kuit, en lezont da vezań mouget gant prederioł, pinvidigezhioł ha plijadurioł ar vuhez-mań, en hevelep doare ma ne zougont ket a frouezh a zeu da zareviń.

15  Met ar pezh a zo kouezhet en un douar mat, eo ar re a glev ar ger gant ur galon onest ha mat, en dalc'h hag a zoug frouezh gant kendalc'husted.

Al lamp war ar c'hantolor

16  Den, goude bezań enaouet ul lamp, ne c'holo anezhań gant ul lestr pe ne laka anezhań dindan ur gwele, met e lakaat a ra war ur c'hantolor, evit ma sklaerio ar re a zeu en ti.

17  Rak n'eus netra kuzhet na dle bezań disklźriet, ha n'eus netra goloet na dle bezań anavezet ha lakaet war-wel.

18  Lakait evezh eta penaos e selaouit, rak roet e vo d'an neb en deus, met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantań zoken ar pezh a gred en deus.

Mamm ha breudeur Jezuz

19  E vamm hag e vreudeur a zeuas d'e gavout, met ne c'hellent ket tostaat outań abalamour d'ar bobl.

20  Hag e voe lavaret dezhań: Da vamm ha da vreudeur a zo er-maez hag a c'hoanta da welout.

21  Met e respontas: Va mamm ha va breudeur eo ar re a selaou ger Doue hag a sent outań.

Ar barrad gwallamzer sioulaet gant Jezuz

22  Un devezh ma'z eas en ur vag gant e ziskibien, e lavaras dezho: Tremenomp en tu all d'al lenn. Hag ez ejont.

23  E-pad ma oant er vag, e kouskas. Un taol-avel bras a savas war al lenn, ar vag en em leunie gant an dour hag e oant e riskl bras.

24  Tostaat a rejont outań hag en dihunjont, o lavarout: Mestr, Mestr, ez eomp da goll! O vezań dihunet, e c'hourdrouzas d'an avel ha da donnoł an dour. Ar re-mań a davas hag e voe ur sioulder bras.

25  Hag e lavaras dezho: Pelec'h emań ho feiz? Int, leuniet a zoujańs hag a spont, a lavaras an eil d'egile: Piv eo eta hemań, a c'hourc'hemenn zoken d'an avel ha d'an dour, hag e sentont outań?

Jezuz a yac'ha ur Gadareniad dalc'het gant diaouled

26  Dont a rejont neuze da vro ar C'hadareniz, a zo dirak Galilea.

27  Pa voe Jezuz diskennet d'an douar, e teuas a-raok dezhań un den eus kźr, a oa dalc'het gant diaouled pell a oa. Ne zouge ket a zilhad ha ne chome ket en un ti met er bezioł.

28  Pa welas Jezuz, e krias hag, ouzh en em deurel d'e dreid, e lavaras a vouezh uhel: Petra a zo etre me ha te, Jezuz, Mab an Doue Uhel-Meurbet? Me az ped, na boagn ket ac'hanon.

29  Rak e kourc'hemenne d'ar spered hudur mont kuit eus an den-se. Dalc'het e oa gantań abaoe pell a oa. E eren a raed gant chadennoł hag e ziwall a raed gant hern, met e torre an ereoł hag e oa kaset gant an diaoul el lec'hioł distro.

30  Jezuz a c'houlennas outań: Pe anv ac'h eus? Hag e respontas: Lejion. Rak kalz a ziaoulien a oa aet ennań.

31  Int a bedas anezhań na c'hourc'hemennje ket dezho mont en donder.

32  Bez' e oa eno ur vandenn vras a voc'h o peuriń war ar menez. Hag e pedjont anezhań d'o lezel da vont er moc'h-se. Eń o lezas da vont.

33  An diaouled eta, o vezań aet kuit eus an den, a yeas er moc'h hag ar vandenn en em daolas war red eus al lec'h uhel-se er lenn, hag a voe beuzet.

34  Ar re o mesae, o welout ar pezh a oa erruet, a dec'has kuit da lavarout kement-se e kźr ha war ar maez.

35  Neuze an dud a zeuas evit gwelout ar pezh a oa c'hoarvezet. O vezań deuet da gavout Jezuz, e kavjont an den ma oa aet kuit an diaouled anezhań, azezet ouzh treid Jezuz, gwisket hag en e skiant vat, hag e voent leuniet a spont.

36  Ar re o doa gwelet an traoł-se a lavaras dezho penaos e oa bet yac'haet an hini dalc'het gant an diaouled.

37  Holl dud bro ar C'hadareniz en pedas da bellaat diouto, rak kroget e oa ur spont bras enno. Mont a reas eta er vag evit distreiń.

38  An den a oa aet kuit an diaouled anezhań en pedas d'e lezel da vont gantań. Met Jezuz a lakaas anezhań da vont en-dro o lavarout:

39  Distro da'z ti ha lavar an traoł bras en deus graet Doue ez keńver. Mont a reas kuit oc'h embann dre holl gźr kement en doa graet Jezuz en e geńver.

Jezuz a adsav a varv merc'h Jairuz hag a yac'ha ar wreg gant an diwadań

40  Pa voe distroet, Jezuz a voe degemeret gant ur bobl vras rak an holl a c'hortoze anezhań.

41  Setu, un den anvet Jairuz hag a oa penn eus ar sinagogenn, a zeuas hag, oc'h en em deurel ouzh treid Jezuz, en pedas da zont en e di,

42  rak en doa ur verc'h nemeti, oadet a zaouzek vloaz pe war-dro hag a oa o vont da vervel. Evel ma'z ae di, e voe gwasket gant ar bobl.

43  Ur wreg klańv gant an diwadań daouzek vloaz a oa, hag he doa dispignet he holl vadoł gant medisined hep gallout bezań yac'haet gant hini ebet,

44  a dostaas outań a-ziadreńv hag a stokas ouzh bevenn e zilhad. Raktal he diwadań a baouezas.

45  Jezuz a lavaras: Piv en deus stoket ouzhin? Evel ma nac'he an holl kement-se, Pźr hag ar re a oa gantań a lavaras dezhań: Mestr, an dud a zo en-dro dit a wask ac'hanout, hag e lavarez: Piv en deus stoket ouzhin?

46  Met Jezuz a lavaras: Unan bennak en deus stoket ouzhin rak anavezet em eus e oa aet un nerzh er-maez ac'hanon.

47  Neuze ar wreg, o welout ne oa ket bet kement-se kuzhet outań, a zeuas en ur grenań hag, oc'h en em deurel d'e dreid, e tisklźrias dirak ar bobl evit petra he doa stoket outań ha penaos e oa bet yac'haet kerkent.

48  Lavarout a reas dezhi: Merc'h, kemer fiziańs, da feiz he deus da yac'haet, kae e peoc'h.

49  Evel ma komze c'hoazh, unan bennak eus ti penn ar sinagogenn a zeuas da lavarout dezhań: Da verc'h a zo marv, na skuizh ket ar Mestr.

50  Met Jezuz, o vezań klevet kement-se, a lavaras: Na'z pez ket aon, kred hepken hag e vo yac'haet.

51  Pa voe deuet en ti, ne lezas den da vont e-barzh, nemet Pźr, Jakez, Yann, ha tad ha mamm ar plac'hig.

52  An holl a ouele hag a hirvoude abalamour dezhi. Met eń a lavaras: Na ouelit ket, n'eo ket marv, met kousket a ra.

53  Int a reas goap anezhań, oc'h anavezout e oa marv.

54  Met o vezań graet dezho holl mont er-maez, e kemeras he dorn hag e krias: Bugel, sav!

55  He spered a zistroas hag e savas kerkent. Hag e c'hourc'hemennas reiń dezhi da zebriń.

56  He c'herent a voe gwall souezhet, met eń a c'hourc'hemennas dezho na lavarjent da zen ar pezh a oa c'hoarvezet.

 

Pennad 9

An Daouzek kaset e mision

1  O vezań dastumet e zaouzek diskibl, e roas dezho nerzh ha galloud war an holl ziaouled ha da yac'haat ar c'hleńvedoł.

2  Kas a reas anezho da brezeg rouantelezh Doue ha da yac'haat ar re glańv.

3  Lavarout a reas dezho: Na zougit netra evit an hent, na bazh, na sac'h, na bara, nag arc'hant, ha n'ho pet ket daou wiskamant.

4  E peseurt ti bennak ma'c'h antreot, chomit ennań betek ma'z eot kuit.

5  P'en em gavo tud n'ho tegemerint ket, pa'z eot kuit eus ar gźr-se, hejit ar poultr eus ho treid e testeni a-enep dezho.

6  O vezań aet kuit, ez ejont eus an eil bourc'h d'egile, o prezeg an Aviel hag o yac'haat e pep lec'h.

Herodez a c'hoanta gwelout Jezuz

7  Herodez an tetrark a glevas komz eus kement holl a rae, ha ne ouie petra da sońjal. Rak darn a lavare e oa Yann adsavet a-douez ar re varv,

8  re all e oa en em ziskouezet Elia, ha re all e oa adsavet a varv unan eus ar brofeded kozh.

9  Herodez a lavaras: Lakaet em eus troc'hań e benn da Yann, met piv eo hemań a glevan an hevelep traoł diwar e benn? Hag e c'hoantae gwelout anezhań.

Pemp mil den maget gant Jezuz (Kreskadur ar bara)

10  An ebestel, o vezań distroet, a lavaras dezhań kement o doa graet. O vezań o c'hemeret a-du, en em dennas ganto en ul lec'h distro, tost ouzh ur gźr anvet Betsaida.

11  Ar bobl, o vezań klevet-se, en heulias. Eń a zegemeras anezho hag a gomzas outo diwar-benn rouantelezh Doue. Yac'haat a reas ivez ar re o doa ezhomm da vezań yac'haet.

12  Evel ma'c'h izelae an deiz, an daouzek a dostaas outań hag a lavaras dezhań: Kas kuit ar bobl, evit ma'z aint er bourc'hioł hag er c'hźriołigoł en-dro, da lojań ha da brenań boued, rak amań emaomp en ul lec'h distro.

13  Met eń a lavaras dezho: Roit hoc'h-unan da zebriń dezho. Hag int a respontas: N'hon eus ket ouzhpenn pemp bara ha daou besk, nemet mont a rafemp da brenań boued evit an holl bobl-mań.

14  Rak bez' e oant war-dro pemp mil den. Neuze e lavaras d'e ziskibien: Lakait anezho da azezań a renkoł a hanter-kant.

15  Evel-se e rejont, o lakajont holl da azezań.

16  Eń a gemeras ar pemp bara hag an daou besk hag, o sellout etrezek an neńv, o bennigas, o zorras hag o roas d'an diskibien, evit m'o rojent d'ar bobl.

17  Debriń a rejont holl hag o doe a-walc'h, hag e kasjont ganto daouzek panerad eus an tammoł a oa manet.

Disklźriadenn Bźr

18  Evel ma pede e-unan ha ma oa an diskibien gantań, en em lakaas da c'houlennata anezho o lavarout: Piv a lavar an dud ez on?

19  Int a respontas: Darn a lavar Yann-Vadezour; ha darn all, Elia; ha darn all, unan bennak eus ar brofeded kozh adsavet a varv.

20  Eń a lavaras dezho: Ha c'hwi, piv a lavarit ez on? Pźr a respontas: Te eo Krist Doue.

21  Met e tifennas gwall start outo lavarout kement-se da zen,

22  hag e lavaras: Ret eo da Vab an den gouzańv kalz a draoł, bezań taolet kuit gant an henaourien, gant ar veleien vras ha gant ar skribed, bezań lakaet d'ar marv, hag adsevel a varv d'an trede deiz.

Heuliań Jezuz

23  Hag e lavaras d'an holl: Mar fell da unan bennak dont war va lerc'h, ra raio dilez anezhań e-unan, ra gemero e groaz bemdez ha ra heulio ac'hanon.

24  Rak piv bennak a fello dezhań saveteiń e vuhez he c'hollo, met piv bennak a gollo e vuhez abalamour din he saveteo.

25  Rak petra a dalvfe d'un den gounit ar bed holl, mar en em zistrujfe pe mar en em gollfe e-unan?

26  Rak piv bennak en devo mezh ac'hanon hag eus va c'homzoł, Mab an den en devo mezh anezhań pa zeuio en e c'hloar hag e hini an Tad hag an aelez santel.

27  Me a lavar deoc'h e gwirionez, ez eus hiniennoł eus a-douez ar re a zo amań ha ne varvint ket ken n'o devo gwelet rouantelezh Doue.

An Treuzneuziadur

28  War-dro eizh devezh goude ar c'homzoł-se, e kemeras gantań Pźr, Yann ha Jakez, hag e pignas war ar menez evit pediń.

29  E-pad ma pede, e zremm a droas a zoare hag e zilhad a zeuas gwenn ha skedus.

30  Setu, daou zen a gomze gantań, Moizez hag Elia e oant.

31  En em ziskouezjont gant gloar, hag e komzjont eus e zisparti, a dlee c'hoarvezout e Jeruzalem.

32  Pźr hag ar re a oa gantań o doa kement a c'hoant kousket, met, o vezań dihun-tre, e weljont e c'hloar hag an daou zen a oa gantań.

33  Evel ma'z ae an dud-mań kuit digantań, Pźr a lavaras da Jezuz: Mestr, mat eo deomp chom amań. Greomp amań teir deltenn, unan evidout, unan evit Moizez, unan evit Elia. Ne ouie ket petra a lavare.

34  E-pad ma lavare kement-se, e teuas ur goabrenn d'o goleiń, hag e voent spontet oc'h o gwelout o vont er goabrenn.

35  Ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn o lavarout: Hemań eo va Mab karet-mat. Selaouit eń!

36  Pa oa ar vouezh-se o komz, Jezuz en em gavas e-unan. Int a davas ha ne lavarjont netra da zen, d'ar c'houlz-se, eus ar pezh o doa gwelet.

Jezuz a yac'ha ur bugel dalc'het gant un drouk-spered

37  An deiz war-lerc'h, evel ma tiskennent eus ar menez, ur bobl vras a zeuas d'e gavout.

38  Ha setu, un den a-douez an dud-se a grias hag a lavaras: Mestr, me az ped, taol da zaoulagad war va mab, rak va bugel nemetań eo.

39  Ur spered a grog ennań, ha kerkent e laosk kriadennoł bras; neuze e wallhej anezhań start, en laka da eoniń hag a boan e kuita anezhań, goude bezań e vrevet holl.

40  Pedet em eus da ziskibien d'e gas kuit ha n'o deus ket gallet.

41  Jezuz a respontas: O rummad diskredik ha fall, betek pegeit e vin ganeoc'h hag e c'houzańvin ac'hanoc'h? Degas amań da vab.

42  Evel ma tostae, an diaoul en stlapas d'an douar hag a zifretas start anezhań. Met Jezuz a c'hourdrouzas ar spered hudur, a yac'haas ar bugel hag en roas d'e dad.

Jezuz a ziougan e c'houzańvder

43  Hag e voent holl souezhet eus galloud meurbet Doue. Evel ma oant holl estlammet gant ar pezh a rae Jezuz, eń a lavaras d'e ziskibien:

44  Evidoc'h-c'hwi, selaouit mat ar c'homzoł-mań: Mab an den a dle bezań droukroet etre daouarn an dud.

45  Met ne gomprenent ket ar gomz-se. Teńval e oa evito, ne c'hellent ket intent anezhi ha ne gredent goulenn netra digantań war gement-se.

Dont da vezań evel ur bugel bihan

46  Neuze ur sońj a zeuas dezho, anavezout pehini anezho a vije ar brasań.

47  Jezuz, o welout sońj o c'halon, a gemeras ur bugel bihan, a lakaas anezhań en e gichen

48  hag a lavaras dezho: Piv bennak a zegemer ar bugel bihan-se em anv a zegemer ac'hanon. Ha piv bennak a zegemer ac'hanon a zegemer an hini en deus va c'haset. Rak an hini ac'hanoc'h holl a zo ar bihanań, hennezh eo a vo bras.

Diwar-benn an implij eus anv Jezuz

49  Yann, o kemer ar gomz, a lavaras: Mestr, gwelet hon eus un den o kas kuit diaouled en da anv. Difennet hon eus outań abalamour na heuilh ket ac'hanomp.

50  Jezuz a lavaras dezhań: Na zifennit ket outań, rak an hini n'emań ket a-enep deomp a zo evidomp.

Enebiezh ar Samaritaned

51  C'hoarvezout a reas ma tostae an amzer ma tlee bezań savet, hag en em lakaas en hent, c'hoantek da vont da Jeruzalem.

52  Kas a reas kannaded a-raok dezhań. Mont a rejont hag ec'h antrejont en ur vourc'h eus ar Samaritaned evit kempenn ul lojeiz dezhań.

53  Met ar re-mań n'en degemerjont ket, abalamour ma'z ae war-zu Jeruzalem.

54  E ziskibien Jakez ha Yann, o welout-se, a lavaras: Aotrou, fellout a ra dit e lavarfemp ma tiskennfe an tan eus an neńv evit o deviń, evel ma reas Elia?

55  Hogen Jezuz a zistroas hag a c'hourdrouzas anezho, o lavarout: N'ouzoc'h ket eus peseurt spered oc'h buhezet,

56  rak Mab an den n'eo ket deuet evit koll an dud, met evit o salviń. Hag ez ejont da ur vourc'h all.

Heuliań Jezuz

57  Evel ma oant en hent, un den a lavaras dezhań: Aotrou, me a heulio ac'hanout e kement lec'h ma'z i.

58  Jezuz a lavaras dezhań: Al lern o deus toulloł ha laboused an neńv neizhioł, met Mab an den n'en deus lec'h ebet evit harpań e benn.

59  Lavarout a reas da unan all: Heuilh ac'hanon! Hag hemań a lavaras: Aotrou, lez ac'hanon da vont da gentań da sebeliań va zad.

60  Jezuz a lavaras dezhań: Lez ar re varv da sebeliań o re varv, met te, kae da brezeg rouantelezh Doue.

61  Unan all a lavaras ivez: Me a heulio ac'hanout, Aotrou, met lez ac'hanon da gentań da vont da gimiadiń diouzh ar re a zo em zi.

62  Jezuz a respontas dezhań: An hini a laka e zorn war an arar hag a sell war e lerc'h, n'eo ket dereat evit rouantelezh Doue.

 

Pennad 10

An dek ha tri-ugent kaset e mision

1  Goude-se, an Aotrou a zilennas c'hoazh dek ha tri-ugent all hag o c'hasas daou ha daou a-raok dezhań en holl gźrioł hag en holl lec'hioł ma tlee mont e-unan.

2  Hag e lavaras dezho: An eost a zo bras, met nebeut a zo al labourerien. Pedit eta Mestr an eost evit ma kaso labourerien en e eost.

3  It, setu, e kasan ac'hanoc'h evel oaned e-touez bleizi.

4  Na zougit na yalc'h, na sac'h, na botoł, ha na saludit den en hent.

5  E peseurt ti bennak ma'c'h antreot, lavarit da gentań: Ra vo ar peoc'h war an ti-mań!

6  Mar d-eus eno ur bugel a beoc'h, ho peoc'h a chomo warnań, mar n'eus ket e tistroio deoc'h.

7  Chomit en ti-se, o tebriń hag oc'h evań ar pezh a vo roet deoc'h, rak al labourer a zo dleet dezhań e c'hopr. Na dremenit ket eus un eil ti d'egile.

8  E peseurt kźr bennak ma'z eot ha ma viot degemeret enni, debrit ar pezh a vo kinniget deoc'h,

9  yac'hait ar re glańv a vo eno ha lavarit dezho: Rouantelezh Doue a zo deuet tost ouzhoc'h.

10  Met e peseurt kźr bennak ma'z eot ha ma ne viot ket degemeret, it er straedoł ha lavarit:

11  Hejań a reomp a-enep deoc'h ar poultr zoken a zo staget ouzhimp en ho kźr. Gouezit koulskoude penaos rouantelezh Doue a zo tostaet ouzhoc'h.

12  Me a lavar deoc'h penaos en deiz-se, e vo dousoc'h da Sodom eget d'ar gźr-se.

Diwar-benn kźrioł n'o deus ket bet keuz

13  Gwalleur dit, Korazin! Gwalleur dit, Betsaida! Rak ma vije bet graet e Tir hag e Sidon ar mirakloł a zo bet graet ennoc'h, pell zo e vijent kaout keuz, o kemer ar sac'h hag al ludu.

14  Abalamour da-se, e deiz ar varn, e vo dousoc'h da Dir ha da Sidon eget deoc'h.

15  Ha te, Kafarnaoum, te a zo bet savet betek an neńv, izelaet e vi betek lec'h ar marv.

16  An neb a selaou ac'hanoc'h, a selaou ac'hanon; an neb a zispriz ac'hanoc'h, a zispriz ac'hanon; an neb a zispriz ac'hanon, a zispriz an hini en deus va c'haset.

Distro an dek ha tri-ugent

17  An dek ha tri-ugent a zistroas gant levenez, o lavarout: Aotrou, zoken an diaouled a bleg deomp ez anv.

18  Eń a lavaras dezho: Me a wele Satan o kouezhań eus an neńv evel ul luc'hedenn.

19  Setu, em eus roet deoc'h ar galloud da gerzhout war an naered, war ar c'hruged ha war holl nerzhoł an enebour, ha netra ne c'hello noazout ouzhoc'h.

20  Koulskoude, n'en em laouenait ket eus ma pleg deoc'h ar speredoł, met en em laouenait kentoc'h eus ma'z emań hoc'h anvioł skrivet en neńvoł.

21  En eur-se, Jezuz a dridas gant levenez er Spered-Santel hag a lavaras: Da veuliń a ran, Tad, Aotrou an neńv hag an douar, ma ec'h eus kuzhet an traoł-se ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek, ha ma ec'h eus o disklźriet d'ar vugale. Ya, Tad, kement-se a zo evel-se dre ma ec'h eus e gavet mat.

22  Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab nemet an Tad, na piv eo an Tad nemet ar Mab hag an hini a fell d'ar Mab e zisklźriań dezhań.

23  O tistreiń ouzh an diskibien, e lavaras dezho a-du: Eürus eo an daoulagad a wel ar pezh a welit!

24  Rak me a lavar deoc'h, kalz a brofeded hag a rouaned o deus c'hoantaet gwelout ar pezh a welit ha n'o deus ket e welet, ha klevout ar pezh a glevit ha n'o deus ket e glevet.

Parabolenn ar Samaritan mat

25  Setu, un doktor eus al lezenn a savas hag a lavaras evit e amprouiń: Mestr, petra a dlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus?

26  Eń a lavaras dezhań: Petra a zo skrivet el lezenn ha petra a lennez enni?

27  Eń a respontas: Karout a ri an Aotrou da Zoue, eus da holl galon, eus da holl ene, eus da holl nerzh, eus da holl sońj, ha da nesań eveldout da-unan.

28  Eń a lavaras dezhań: Respontet mat ec'h eus, gra kement-se hag e vevi.

29  Met hemań, o fellout diskouez e oa reizh, a lavaras da Jezuz: Ha piv eo va nesań?

30  Jezuz a adkemeras ar gomz hag a lavaras: Un den a ziskennas eus Jeruzalem da Jeriko hag a gouezhas etre daouarn laeron a ziwiskas anezhań ha, goude bezań e vrevet a daolioł, ez ejont kuit, o lezel anezhań hanter-varv.

31  Erruout a reas ma tiskennas ur beleg dre an hent-se hag, o vezań gwelet an den, a dremenas e-biou.

32  Ul Leviad, o vezań ivez deuet en hevelep lec'h, o welout anezhań, a yeas e-biou.

33  Met ur Samaritan, o tremen e hent, a zeuas da gavout an den-mań hag, o welout anezhań, en doe truez outań.

34  O tostaat, e lienas e c'houlioł hag e lakaas warno eoul ha gwin. E lakaat a reas war e varc'h e-unan, en kasas da un ostaleri hag e kemeras preder anezhań.

35  Antronoz, o vont kuit, e tennas daou ziner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g), o roas d'an ostiz hag e lavaras dezhań: Az pez preder anezhań, ha kement a zispigni ouzhpenn, me en roio dit pa zistroin.

36  Pehini eta eus an tri-se a gav dit eo bet nesań an hini a oa kouezhet etre daouarn al laeron?

37  Eń a lavaras: An hini en deus graet trugarez en e geńver eo. Neuze Jezuz a lavaras dezhań: Kae, ha gra ivez evel-se.

E ti Marta ha Mari

38  Evel ma oant en hent, ez eas en ur vourc'h. Ur wreg anvet Marta en degemeras en he zi.

39  Houmań he doa ur c'hoar anvet Mari, en em zalc'has azezet ouzh treid Jezuz hag a selaouas e gomzoł.

40  Marta a oa prederiet gant al labour en ti; dont a reas hag e lavaras: Aotrou, ha n'evezhiez ket penaos va c'hoar am lez da servijań va-unan? Lavar eta dezhi dont da'm sikour.

41  Jezuz a respontas dezhi: Marta, Marta, te en em laka e poan hag en em nec'h gant kalz a draoł.

42  Met un dra hepken a zo ret. Mari he deus dibabet al lodenn wellań, ha ne vo ket lamet diganti.

 

Pennad 11

Ar bedenn

1  Un deiz ma oa o pediń en ul lec'h bennak, goude m'en doe echuet, unan eus e ziskibien a lavaras dezhań: Aotrou, desk deomp pediń evel m'en deus Yann desket ivez d'e ziskibien.

2  Hag e lavaras dezho: Pa bedit, lavarit: Hon Tad hag a zo en neńv, ra vo santelaet da anv, ra zeuio da rouantelezh, ra vo graet da volontez war an douar evel en neńv,

3  ro deomp bemdez hor bara pemdeziek,

4  pardon deomp hor pec'hedoł, rak ni a bardon ivez d'ar re holl o deus manket ouzhimp, ha n'hon lez ket da gouezhań en temptadur, met hon diwall diouzh an droug.

Pedit hep termal

5  Lavarout a reas dezho: Mar en defe unan ac'hanoc'h ur mignon hag a zeufe d'e gavout da hanternoz da lavarout dezhań: Va mignon, prest din tri bara,

6  rak ur mignon din a zo deuet da'm zi eus ur veaj ha ne'm eus netra da ginnig dezhań,

7  ha mar respontfe an den a zo en e di: Na dregas ket ac'hanon, va dor a zo prennet ha va bugale a zo ganin er gwele, ne c'hellan ket sevel evit o reiń dit,

8  me a lavar deoc'h, pa ne savfe ket da reiń dezhań abalamour ma'z eo e vignon, e savfe koulskoude abalamour d'e dregaserezh hag e rofe dezhań kement hag en defe ezhomm.

9  Me a lavar deoc'h: Goulennit hag e vo roet deoc'h, klaskit hag e kavot, skoit hag e vo digoret deoc'h.

10  Rak an neb a c'houlenn, a resev; an neb a glask, a gav; an neb a sko, e vez digoret dezhań.

11  Piv eo an tad en ho touez a roio ur maen d'e vab pa c'houlenn digantań bara? Pe mar goulenn ur pesk, a roio dezhań un naer e-lec'h pesk?

12  Pe mar goulenn digantań ur vi, a roio dezhań ur grug?

13  Mar gouzoc'h eta, ha c'hwi fall, reiń traoł mat d'ho pugale, pegement muioc'h an Tad a zo en neńv a roio ar Spered-Santel d'ar re en goulenn digantań!

Jezuz a yac'ha un den mut hag a zesk

14  Jezuz a gasas kuit un diaoul a oa mut. Pa voe aet an diaoul kuit, an den mut a gomzas, hag ar bobl a oa souezhet.

15  Met lod anezho a lavaras: Dre Veelzebul prińs an diaouled eo e kas an diaouled kuit.

16  Reoł all, evit e amprouiń, a c'houlennas digantań ur mirakl eus an neńv.

17  Evel ma anaveze o sońjezonoł, e lavaras dezho: Pep rouantelezh dizunanet ganti hec'h-unan a zeuio da netra, hag un ti dizunanet gantań e-unan a vo diskaret.

18  Mar d'eo eta Satan dizunanet gantań e-unan, penaos e pado e rouantelezh, pa lavarit ez eo dre Veelzebul e kasan kuit an diaouled?

19  Mar kasan kuit an diaouled dre Veelzebul, dre biv o c'has kuit ho mibien? Dre-se e vint ho parnerien.

20  Met mar kasan kuit an diaouled dre viz Doue, eo eta gwir penaos eo deuet rouantelezh Doue betek ennoc'h.

21  Pa ziwall un den kreńv hag armet mat e di, kement en deus a zo e surentez.

22  Met pa zeu unan all kreńvoc'h egetań, e tiskar anezhań, e tilamm digantań e holl armoł ma fizie enno hag e lodenn e ziwisk.

23  An hini n'emań ket ganin a zo a-enep din, hag an hini na zastum ket ganin a stlabez.

Distro ar spered hudur

24  Pa vez aet kuit ur spered hudur eus un den, ez a dre lec'hioł sec'h da glask diskuizh, ha ne gav ket. Neuze e lavar: Distreiń a rin da'm zi a-belec'h on deuet.

25  Pa zeu, e kav anezhań skubet ha kempennet.

26  Neuze ez a, e kemer gantań seizh spered all gwashoc'h egetań, ez eont hag e chomont ennań, ha stad diwezhań an den-se a zeu gwashoc'h eget an hini gentań.

27  Evel ma lavare an traoł-se, ur wreg a-greiz ar bobl a savas he mouezh hag a lavaras dezhań: Eürus eo ar c'hof en deus da zouget hag eürus eo an divronn ac'h eus sunet!

28  Met eń a lavaras: Nann, eürus eo kentoc'h ar re a selaou ger Doue hag a sent outań!

Mirakl Jona

29  Evel m'en em zastume ar bobl en ur vandenn vras war e dro, en em lakaas da lavarout: Ar rummad-mań a zo fall, goulenn a ra ur mirakl ha ne vo roet mirakl ebet dezhań, nemet mirakl ar profed Jona.

30  Rak evel ma voe Jona ur mirakl evit tud Ninive, Mab an den a vo ivez unan evit ar rummad-mań.

31  Rouanez ar C'hreisteiz a savo e deiz ar varn gant tud ar rummad-mań hag a gondaono anezho, abalamour ma'z eo deuet eus penn pellań an douar evit klevout furnez Salomon, ha setu, ez eus amań brasoc'h eget Salomon.

32  Tud Ninive a savo e deiz ar varn gant ar rummad-mań hag a gondaono anezhań, abalamour m'o deus bet keuz dre brezegenn Jona, ha setu, ez eus amań brasoc'h eget Jona.

Lamp ar c'horf

33  Den n'enaou ul lamp evit e lakaat en ul lec'h kuzhet pe dindan ur boezell, met e lakaat a raer war ur c'hantolor, evit ma welo ar sklźrijenn ar re a zeu en ti.

34  Al lagad eo lamp ar c'horf. Mar d-eo eta da lagad yac'h, da holl gorf a zo sklźrijennet, met mar d-eo fall, da gorf ivez a zo en deńvalijenn.

35  Diwall eta na vefe ket teńvalijenn ar sklźrijenn a zo ennout.

36  Mar d-eo eta da holl gorf sklźrijennet, ha mar n'eus lod ebet anezhań en deńvalijenn, e vo sklźrijennet en e bezh, evel pa sklaer ul lamp ac'hanout gant e sklźrijenn.

Gwalleur deoc'h, farizianed ...

37  Evel ma komze, ur farizian a bedas anezhań da leinań en e di. Mont a reas hag en em lakaas ouzh taol.

38  Ar farizian a oa souezhet o welout na oa ket en em walc'het a-raok lein.

39  Met an Aotrou a lavaras dezhań: C'hwi, farizianed, a naeta diavaez an hanaf hag ar plad, met en diabarzh oc'h leun a laerońsi hag a fallentez.

40  Tud diskiant! An hini en deus graet an diavaez, ha n'en deus ket graet ivez an diabarzh?

41  Roit kentoc'h aluzenoł eus ar pezh hoc'h eus, ha setu, pep tra a vo glan evidoc'h.

42  Met gwalleur deoc'h, farizianed! Abalamour ma paeit an deog war ar vent, war ar ru ha war an holl louzoł, e-pad ma lezit a-gostez ar reizhder ha karantez Doue. Ar re-se a oa ret ober, hep koulskoude dilezel ar re all.

43  Gwalleur deoc'h, farizianed! Abalamour ma karit ar c'hadorioł kentań er sinagogennoł ha bezań saludet war ar marc'hallac'hioł.

44  Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma'z oc'h heńvel ouzh bezioł na weler ket ha ma kerzh an dud warno hep gouzout emaint eno.

45  Unan eus doktored al lezenn a gemeras ar gomz hag a lavaras dezhań: Mestr, en ur lavarout an traoł-se, e tismegańsez ac'hanomp-ni ivez.

46  Hag e lavaras: Gwalleur deoc'h ivez, doktored al lezenn! Abalamour ma sammit an dud gant bec'hioł na c'hellont ket dougen, ha c'hwi hoc'h-unan ne stokit ket outo gant unan eus ho pizied.

47  Gwalleur deoc'h! Abalamour ma savit bezioł d'ar brofeded a zo bet lakaet d'ar marv gant ho tadoł.

48  C'hwi a zo eta an testoł hag ar c'henoberourien eus ar pezh o deus graet ho tadoł, rak lakaet o deus anezho d'ar marv, ha c'hwi a sav o bezioł.

49  Setu perak furnez Doue he deus lavaret: Kas a rin dezho profeded hag ebestel, hag e lazhint lod anezho ha lod all a wallgasint,

50  evit ma vo goulennet digant ar rummad-mań gwad an holl brofeded a zo bet skuilhet abaoe krouidigezh ar bed,

51  adalek gwad Abel betek gwad Zakaria, a voe lazhet etre an aoter hag an templ. Ya, a lavaran deoc'h, goulennet e vo digant ar rummad-mań.

52  Gwalleur deoc'h, doktored al lezenn! Abalamour ma hoc'h eus kemeret alc'houez an anaoudegezh, n'oc'h ket hoc'h-unan aet e-barzh, hag hoc'h eus c'hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezań aet.

53  Evel ma lavare kement-se dezho, ar skribed hag ar farizianed en em lakaas d'e waskań start evit e lakaat da gomz war galz a draoł,

54  o stignań pechoł dezhań hag o klask pakań un dra bennak eus e c'henoł, evit e damall.

 

Pennad 12

An diskibien kemennet ha kalonekaet

1  War gement-se, o vezań en em zastumet tud a vilieroł ken ma kerzhent an eil war egile, en em lakaas da lavarout d'e ziskibien: En em virit dreist-holl eus goell ar farizianed, da lavarout eo ar pilpouzerezh.

2  Met n'eus netra goloet na dle bezań dizoloet, ha netra kuzhet na dle bezań anavezet.

3  Dre-se an traoł ho po lavaret en deńvalijenn a vo klevet er sklźrijenn, hag ar pezh ho po lavaret er skouarn er c'hambroł a vo prezeget war lein an tiez.

4  Hag e lavaran deoc'h-c'hwi va mignoned: N'ho pet ket aon dirak ar re a lazh ar c'horf ha, goude-se, ne c'hellont ober netra ouzhpenn.

5  Met me a ziskouezo deoc'h piv a dleit doujań. Doujit an hini en deus ar galloud da gas d'ar gehenn, goude m'en deus lazhet. Ya, a lavaran deoc'h, hennezh eo an hini a dleit doujań.

6  Ha ne werzher ket pemp golvan evit daou wenneg? Koulskoude, Doue n'ankounac'ha ket unan hepken anezho.

7  Zoken holl vlev ho penn a zo kontet. N'ho pet ket aon eta, c'hwi a dalvez muioc'h eget kalz a c'holvaned.

8  Lavarout a ran deoc'h: Piv bennak a anzavo ac'hanon dirak an dud, Mab an den en anzavo dirak aeled Doue,

9  met an hini a zinac'ho ac'hanon dirak an dud, a vo dinac'het dirak aeled Doue.

Ar gwallgomzoł a-enep ar Spered-Santel

10  Piv bennak a gomzo a-enep Mab an den, e vo pardonet dezhań, met d'an hini a wallgomzo a-enep ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet.

Bezań diskibl

11  Pa viot kaset er sinagogennoł, dirak mestroł ar vro hag ar re c'halloudek, n'en em lakait ket en poan eus an doare ma respontot evit ho tifenn nag eus ar pezh ho po da lavarout,

12  rak ar Spered-Santel a zesko deoc'h d'an eur-se ar pezh ho po da lavarout.

Parabolenn an den pinvidik diskiant

13  Unan a-greiz ar bobl a lavaras dezhań: Mestr, lavar d'am breur lodennań ganin hon hźrezh.

14  Met eń a lavaras dezhań: O den, piv en deus va lakaet da varner pe da ober ho lodennoł?

15  Hag e lavaras dezho: Diwallit gant evezh diouzh ar bizhoni, rak un den n'en deus ket ar vuhez diouzh puilhentez e vadoł.

16  Hag e lavaras dezho ar barabolenn-mań: Douaroł un den pinvidik o doa roet kalz a frouezh,

17  hag e sońjas ennań e-unan o lavarout: Petra a rin? Rak ne'm eus ket lec'h a-walc'h evit dastum va eost.

18  Lavarout a reas: Setu ar pezh a rin, diskar a rin va solieroł hag e savin reoł vrasoc'h, hag e tastumin enno va holl eost ha va madoł.

19  Hag e lavarin da'm ene: Va ene, kalz a vadoł ac'h eus a-du evit meur a vloavezh, en em ziskuizh, debr, ev ha bez laouen.

20  Met Doue a lavaras dezhań: Den diskiant! En noz-mań memes, da ene a vo goulennet diganit. Ar pezh ac'h eus dastumet, da biv e vo?

21  Evel-se emań gant an hini a zastum madoł evitań e-unan ha n'eo ket pinvidik e Doue.

Na vezit ket nec'het

22  Neuze e lavaras d'e ziskibien: Abalamour da-se e lavaran deoc'h: Na vezit ket nec'het evit ho puhez eus ar pezh a zebrot, nag evit ho korf gant petra e viot gwisket.

23  Ar vuhez a zo muioc'h eget ar boued, hag ar c'horf muioc'h eget an dilhad.

24  Sellit ouzh ar brini: ne hadont ha ne vedont ket, n'o deus na kav na solier, ha Doue o mag. Pegement ne dalvezit ket muioc'h eget laboused?

25  Piv ac'hanoc'h, gant e holl nec'h, a c'hellfe kreskiń e vent eus un ilinad (~ 50 cm)?

26  Ma ne c'hellit ket eta ober an traoł bihanań hoc'h-unan, perak oc'h nec'het gant ar peurrest?

27  Sellit penaos e kresk al lili, ne labouront ket ha ne nezont ket, koulskoude e lavaran deoc'h penaos Salomon e-unan, en e holl c'hloar, n'eo ket bet gwisket evel unan anezho.

28  Mar gwisk eta Doue evel-se ar geot a zo hiziv er parkeier hag a vo warc'hoazh taolet er forn, pegement muioc'h e wisko ac'hanoc'h, tud a nebeut a feiz?

29  N'en em lakait ket e poan eus ar pezh a zebrot pe eus ar pezh a evot, ha na vezit ket nec'het.

30  Rak tud ar bed eo a glask an draoł-se. Ho Tad a oar hoc'h eus ezhomm anezho.

31  Klaskit kentoc'h rouantelezh Doue, hag an holl draoł-se a vo roet deoc'h ouzhpenn.

32  Na'z pez ket aon, tropell bihan, rak plijet eo bet gant ho Tad reiń deoc'h ar rouantelezh.

33  Gwerzhit ar pezh hoc'h eus hag roit eń en aluzen. En em rit yilc'hier deoc'h ha ne goshaint ket, un teńzor en neńv ha ne vanko biken, a-belec'h al laer ne dosta ket hag e-pelec'h ar preńv ne zistruj ket.

34  Rak el lec'h ma'z emań ho teńzor, eno ivez e vo ho kalon.

... rak Mab an den a zeuio ...

35  Ra vo ho tivgroazell gourizet hag ho lampoł war enaou.

36  Bezit evel tud a c'hortoz ma tistroio o mestr eus an eured, evit pa zeuio ha pa skoio war an nor ma tigorint dezhań raktal.

37  Eürus ar servijerien-se a vo kavet gant o mestr o veilhań pa erruo! Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos en em c'hourizo, e lakaio anezho ouzh taol hag e servijo anezho.

38  Mar deu d'an eil pe d'an drede veilhadenn, ha mar o c'hav er stad-se, eürus ar servijerien-se!

39  Gouezit mat, ma anavezfe mestr an ti da bet eur e tlefe dont al laer, e chomfe dihun ha ne lezfe ket toullań e di.

40  C'hwi eta ivez, bezit prest, rak Mab an den a zeuio d'an eur na sońjit ket.

41  Pźr a lavaras dezhań: Aotrou, pe deomp-ni pe d'an holl e lavarez ar barabolenn-se?

42  An Aotrou a lavaras: Piv eo ar merour feal ha fur, a zo lakaet gant ar mestr war e vevelien evit reiń dezho en amzer dereat o muzuliad ed?

43  Eürus ar servijer a vo kavet gant e vestr oc'h ober kement-se pa erruo!

44  Me a lavar deoc'h e gwirionez, e lakaio anezhań war gement en deus.

45  Met mar lavar ar servijer-se en e galon: Va mestr a zale da zont, ha mar en em laka da skeiń gant ar vevelien ha gant ar mitizhien, da zebriń, da evań ha d'en em vezviń,

46  mestr ar servijer-se a zeuio en deiz na c'hortoz ket hag en eur na oar ket, e tilamo anezhań hag e roio dezhań e lod gant ar re zifeiz.

47  Ar serrvijer hag a anavez bolontez e vestr, ha n'eo ket en em zalc'het prest ha n'en deus ket graet hervez e volontez, a vo skoet warnań kalz a daolioł.

48  Met an hini n'en deus ket hec'h anavezet hag en deus graet traoł dellezek a gastiz, a vo skoet warnań nebeutoc'h a daolioł. Goulennet e vo kalz digant an hini en deus bet kalz, hag e vo goulennet muioc'h digant an hini a zo bet fiziet kalz ennań.

49  Deuet on da lakaat an tan war an douar, ha petra am eus da c'hoantaat mar d-eo enaouet dija?

50  Met dleout a ran bezań badezet eus ur vadeziant, ha pegement em eus mall ma vo peurc'hraet!

51  Ha krediń a rit on deuet da zegas ar peoc'h war an douar? Nann a lavaran deoc'h, met kentoc'h an dizunvaniezh.

52  Rak en amzer da zont, e vo pemp dizunvanet en un ti, tri a-enep daou ha daou a-enep tri,

53  an tad a vo a-enep ar mab hag ar mab a-enep an tad, ar vamm a-enep ar verc'h hag ar verc'h a-enep ar vamm, ar vamm-gaer a-enep ar verc'h-kaer hag ar verc'h-kaer a-enep ar vamm-gaer.

54  Lavarout a reas c'hoazh d'ar bobl: Pa welit ur goumoulenn o sevel diouzh ar c'huzh-heol, e lavarit raktal: Dont a raio glav. Hag e teu.

55  Ha pa c'hwezh avel ar c'hreisteiz, e lavarit: Tomm e vo. Hag e teu.

56  Pilpouzed, anavezout a rit doareoł an neńv hag an douar, penaos eta n'anavezit ket an amzer-mań?

57  Ha penaos n'anavezit ket ac'hanoc'h hoc'h-unan ar pezh a zo reizh?

58  Pa'z ez gant da enebour dirak ar gouarner, evezhi en hent da ziskargań digantań, gant aon na lakafe ac'hanout dirak ar barner, hag ar barner da'z lakaat etre daouarn ar serjant, hag ar serjant da'z lakaat er prizon.

59  Me a lavar dit, ne zeui ket er-maez ken na'z po paeet an diwezhań gwenneg.

 

Pennad 13

Ho pet keuz

1  En amzer-se, hiniennoł eus an dud en em gave eno a lavaras dezhań ar pezh a oa c'hoarvezet da C'halileiz en doa Pilat mesket o gwad gant hini o aberzhoł.

2  Jezuz, o respont, a lavaras dezho: Ha krediń a rit e oa ar C'halileiz-se brasoc'h pec'herien eget an holl C'halileiz all, abalamour m'o deus gouzańvet kement-se?

3  Nann a lavaran deoc'h, met ma n'hoc'h eus ket keuz, e varvot holl evelto.

4  Pe krediń a rit an triwec'h den a gouezhas tour Siloa warno, o lazhań anezho, a oa brasoc'h pec'herien eget holl dud Jeruzalem?

5  Nann a lavaran deoc'h, met ma n'hoc'h eus ket keuz, e varvot holl evelto.

Parabolenn ar wezenn-fiez

6  Lavarout a reas ar barabolenn-mań: Un den en doa ur wezenn-fiez plantet en e winieg. Dont a reas da glask frouezh enni ha ne gavas ket.

7  Hag e lavaras d'ar gwinier: Setu, tri bloaz a zo ma teuan da glask frouezh er wezenn-fiez-mań ha ne gavan ket. Troc'h anezhi. Perak e talc'h lec'h en aner en douar?

8  Respont a reas dezhań: Aotrou, lez anezhi c'hoazh ar bloaz-mań, betek ma em bo toullet en-dro dezhi ha ma em bo lakaet teil ganti.

9  Marteze e tougo frouezh, ha ma ne ra ket e troc'hi anezhi goude.

Jezuz a yac'ha ur wreg daoubleget

10  Edo o kelenne en unan eus ar sinagogennoł d'an deiz sabad.

11  Ha setu, en em gavas eno ur wreg dalc'het gant ur spered he c'hlańvae triwec'h vloaz a oa. Daoubleget e oa en hevelep doare ma ne c'helle tamm ebet en em eeunań.

12  Pa welas anezhi, Jezuz he galvas hag a lavaras dezhi: Gwreg, yac'haet out eus da gleńved.

13  Eń a lakaas e zaouarn warni. Kerkent en em eeunas hag e roas gloar da Zoue.

14  Met penn ar sinagogenn, droug ennań eus m'en doa Jezuz yac'haet d'un deiz sabad, a gemeras ar gomz hag a lavaras d'ar bobl: C'hwec'h devezh a zo evit labourat, deuit eta en deizioł-se evit bezań yac'haet, ha nann d'an deiz sabad.

15  Neuze an Aotrou a respontas dezhań: Pilpouz, pep hini ac'hanoc'h ha ne zistag ket e ejen pe e azen eus ar c'hraou d'an deiz sabad ha ne gas ket anezhań d'an dour?

16  Daoust ha ne oa ket dereat d'an deiz sabad distagań eus he chadenn ar verc'h-mań da Abraham, a oa dalc'het ereet gant Satan abaoe triwec'h bloaz?

17  Evel ma komze evel-se, e holl enebourien a voe mezhek hag an holl bobl en em laouenae eus an holl draoł glorius a rae.

Ar c'hreunenn sezo

18  Lavarout a reas: Ouzh petra eo heńvel rouantelezh Doue? Ouzh petra e hańvalin anezhi?

19  Heńvel eo ouzh ur c'hreunenn sezo a gemer un den hag a laka en e liorzh. Hag e kresk, e teu da vezań ur wezenn vras hag e teu laboused an neńv da chom en he brankoł.

Ar goell

20  Lavarout a reas c'hoazh: Ouzh petra e hańvalin rouantelezh Doue?

21  Heńvel eo ouzh ur goell a gemer ur wreg hag a laka e tri saton (~ 30 l) bleud, betek ma vo an toaz goet holl.

An nor strizh

22  Mont a rae dre ar c'hźrioł ha dre ar bourc'hioł, o kelenn hag o terc'hel da vont etrezek Jeruzalem.

23  Unan bennak a lavaras dezhań: Aotrou, ha ne vo salvet nemet nebeut a dud? Eń a lavaras dezho:

24  Poagnit da vont e-barzh dre an nor strizh. Rak, me a lavar deoc'h, kalz a glasko mont e-barzh ha ne c'hellint ket.

25  Pa vo savet mestr an ti ha p'en devo prennet an nor, ha p'en em lakaiot, o vezań er-maez, da skeiń ha da lavarout: Aotrou, Aotrou, digor deomp, eń a responto deoc'h: N'ouzon ket a-belec'h ez oc'h.

26  Neuze en em lakaiot da lavarout: Ni hon eus debret hag evet ganit, ha te ac'h eus kelennet en hor straedoł.

27  Eń a responto: Me a lavar deoc'h, n'ouzon ket a-belec'h ez oc'h, en em dennit diouzhin, c'hwi holl micherourien a zireizhder.

28  Eno eo e vo goueladegoł ha grigońsadegoł-dent, pa welot Abraham, Izaak ha Jakob, hag an holl brofeded, e rouantelezh Doue, ha c'hwi taolet er-maez.

29  Tud a zeuio eus ar sav-heol hag eus ar c'huzh-heol, eus an hanternoz hag eus ar c'hreisteiz, hag a vo ouzh taol e rouantelezh Doue.

30  Ha setu, ez eus re ziwezhań hag a vo ar re gentań, hag ez eus re gentań hag a vo ar re ziwezhań.

Jezuz oc'h hirvoudiń diwar-benn Jeruzalem

31  En deiz-se, e teuas d'e gavout hiniennoł eus ar farizianed, o lavarout dezhań: En em denn ac'hann ha kae kuit, rak Herodez a fell dezhań da lazhań.

32  Eń a lavaras dezho: It ha lavarit d'al louarn-se: Setu, e kasan kuit an diaouled hag e kendalc'han da yac'haat hiziv ha warc'hoazh, ha d'an trede deiz e vo peurc'hraet ganin.

33  Koulskoude ret eo din kerzhout hiziv, warc'hoazh hag an deiz war-lerc'h, rak ne c'hoarvez gant profed ebet mervel er-maez eus Jeruzalem.

34  Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c'hoantaet dastum da vugale evel ma tastum ur yar he c'hlodad dindan he divaskell, ha n'eo ket bet fellet deoc'h!

35  Setu, ho ti a vo lezet deoc'h didud, met e gwirionez e lavaran deoc'h, ne'm gwelot mui, betek ma lavarot: Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou!

 

Pennad 14

Jezuz a yac'ha un den dourgoeńvet

1  Aet e oa d'un deiz sabad e ti unan eus pennoł ar farizianed evit debriń bara, hag e sellent outań.

2  Ha setu, un den dourgoeńvet a oa dirazań.

3  Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras da zoktored al lezenn ha d'ar farizianed: Hag aotreet eo yac'haat d'an deiz sabad?

4  Int a davas. O kemer an hini klańv, en yac'haas hag en kasas kuit.

5  Hag e lavaras dezho: Piv ac'hanoc'h, mar kouezh e azen pe e ejen en ur puńs, ne dennfe ket anezhań er-maez kerkent d'an deiz sabad?

6  Ne c'helljont ket respont dezhań war gement-se.

Parabolenn an den pedet lorc'hus

7  Kinnig a reas d'ar re a oa pedet ur barabolenn, o welout penaos e klaskent ar plasoł kentań, hag e lavaras dezho:

8  Pa vi pedet gant unan bennak d'un eured, n'en em laka ket er c'hentań plas, gant aon en em gavfe e-touez ar re bedet un den enorusoc'h egedout,

9  hag e teufe an hini en deus ho pedet, te hag eń, ha ne lavarfe dit: Ro al lec'h da hemań. Hag ez afes neuze gant mezh er plas diwezhań.

10  Met pa vi pedet, kae d'en em lakaat er plas diwezhań, abalamour pa zeuio an hini en devo da bedet, e lavaro dit: Mignon, pign uheloc'h. Neuze e vi enoret dirak ar re a vo ouzh taol ganit.

11  Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet, ha piv bennak en em izela a vo uhelaet.

12  Lavarout a reas ivez d'an hini en doa e bedet: Pa ri ul lein pe ur goan, na bed ket da vignoned, na da vreudeur, na da gerent, nag amezeien binvidik, gant aon na bedfent ac'hanout d'o zro ha na rafent dit an hevelep tra.

13  Met pa ri ur fest, ped ar beorien, ar re vac'hagnet, ar re gamm, ar re dall,

14  hag e vi eürus dre ma ne c'hellont ket e rentań dit. Rak rentet e vo dit en adsavidigezh ar re reizh.

Parabolenn ar goan vras

15  Unan eus ar re a oa ouzh taol, o vezań klevet kement-se, a lavaras dezhań: Eürus an hini a zebro bara e rouantelezh Doue!

16  Met e lavaras dezhań: Un den a reas ur goan vras hag a bedas dezhi kalz a dud.

17  Da goulz goan, e kasas e vevel da lavarout d'ar re a oa bet pedet: Deuit, rak pep tra a zo prest bremań.

18  Hag en em lakajont holl a-unan da zigareziń. An hini kentań a lavaras dezhań: Prenet em eus douar ha ret eo din mont da welout anezhań, da bediń a ran da'm digareziń.

19  Unan all a lavaras: Prenet em eus pemp koublad ejened hag ez an da welout hag int a zo mat, da bediń a ran da'm digareziń.

20  Unan all a lavaras: Me a zo nevez-dimezet, dre-se ne c'hellan ket dont.

21  Ar mevel, o vezań distroet, a zisklźrias kement-mań d'e vestr. Neuze mestr an ti, droug ennań, a lavaras d'e vevel: Kae buan dre leurioł ha straedoł kźr, ha degas amań ar beorien, ar re vac'hagnet, ar re gamm hag ar re dall.

22  Ar mevel a lavaras dezhań: Aotrou, graet eo bet evel ma ec'h eus gourc'hemennet, ha lec'h a zo c'hoazh.

23  Ar mestr a lavaras d'ar mevel: Kae dre an hentoł hag a-hed ar girzhier, ha gra d'ar re a zo eno mont e-barzh, evit ma vo leuniet va zi.

24  Rak me a lavar deoc'h, hini ebet eus ar re a zo bet pedet ne dańvaio eus va c'hoan.

Penaos bezań un diskibl

25  Evel ma yae ul lod bras a dud gantań, e tistroas hag e lavaras dezho:

26  Mar deu unan bennak da'm c'havout ha ne gasa ket e dad, e vamm, e wreg, e vugale, e vreudeur, e c'hoarezed, ha muioc'h c'hoazh e vuhez hec'h-unan, ne c'hell ket bezań va diskibl.

27  Piv bennak ne zoug ket e groaz ha ne heuilh ket ac'hanon, ne c'hell ket bezań va diskibl.

28  Rak piv ac'hanoc'h, mar en deus c'hoant da sevel un tour, ne azez ket da gentań d'ober ar gont eus an dispign evit gwelout hag eń en deus peadra d'e echuiń,

29  gant aon, mar laka an diazez ha na c'hell ket e echuiń, na zeufe ar re holl en gwelo d'ober goap anezhań,

30  o lavarout: An den-se a zo en em lakaet da sevel ha n'en deus ket gallet echuiń?

31  Pe piv eo ar roue, mar d-a en hent evit ober brezel d'ur roue all, ne azez ket da gentań d'en em c'houlenn hag eń e c'hell gant dek mil den mont da ziaraogiń an hini a zeu a-enep dezhań gant ugent mil?

32  Anez, pa'z emań c'hoazh pell hemań, e kas dezhań ur c'hannad da c'houlenn ar peoc'h.

33  Evel-se, piv bennak ac'hanoc'h na zilez ket kement en deus, ne c'hell ket bezań va diskibl.

34  Un dra vat eo an holen, met mar koll an holen e vlaz, gant petra e vo temzet?

35  N'eo mat nag evit an douar nag evit an teil. E deurel a reer er-maez. Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.

 

Pennad 15

Parabolenn an dańvad kollet

1  An holl bublikaned hag ar bec'herien a dostae outań evit e glevout.

2  Ar farizianed hag ar skribed a c'hrozmole, o lavarout: Hemań a zegemer pec'herien hag a zebr ganto.

3  Met eń a lavaras dezho ar barabolenn-mań:

4  Pehini ac'hanoc'h, mar en deus kant dańvad ha mar deu da goll unan anezho, ne lez ket an naontek ha pevar-ugent all el lec'h distro evit mont da glask an hini a zo kollet, ken en defe e gavet?

5  O vezań e gavet, en laka war e zivskoaz gant levenez

6  ha, deuet en-dro d'ar gźr, e c'halv e vignoned hag e amezeien hag e lavar dezho: En em laouenait ganin, rak kavet em eus va dańvad a oa kollet.

7  Me a lavar deoc'h, ez eus evel-se muioc'h a levenez en neńv evit ur pec'her hepken hag en deus keuz eget evit naontek ha pevar-ugent den reizh n'o deus ket ezhomm a geuzidigezh.

Parabolenn ar pezh arc'hant kollet

8  Pe, piv eo ar wreg, mar he deus dek drakm (1 drakm = pezh arc'hant gresian war-dro 4 g) ha mar deu da goll unan anezho, n'enaou ket ul lamp, ne skub ket he zi ha ne glask ket gant evezh anezhań, ken he defe e gavet?

9  O vezań e gavet, e c'halv he mignonezed hag hec'h amezegezed hag e lavar dezho: En em laouenait ganin, rak kavet em eus an drakm am boa kollet.

10  Me a lavar deoc'h, ez eus evel-se levenez dirak aeled Doue evit ur pec'her hepken hag en deus keuz.

Parabolenn ar mab dispigner

11  Hag e lavaras: Un den en doa daou vab.

12  An hini yaouankań a lavaras d'an tad: Tad, ro din al lodenn eus ar madoł a dle degouezhout din. Hag e lodennas dezho e vadoł.

13  Un nebeud devezhioł goude, ar mab yaouankań o vezań dastumet kement en doa, a yeas d'ur vro bell hag a zispignas enni e vadoł o vevań en diroll.

14  Goude m'en doa dispignet holl, e teuas un naonegezh vras er vro-se hag en em gavas en dienez.

15  Mont a reas d'en em lakaat e servij unan eus tud ar vro-se, a gasas anezhań en e zouaroł da vesa ar moc'h.

16  Karet en dije leuniań e gof gant ar c'hlosoł a zebre ar moc'h, met den ne roe dezhań.

17  O vezań deuet ennań e-unan, e lavaras: Pegement a vevelien gopraet gant va zad o deus bara e-leizh, ha me a zo o vervel gant an naon!

18  Sevel a rin hag ez in da gavout va zad hag e lavarin dezhań: Tad, pec'het em eus a-enep an neńv hag a-enep dit,

19  ha n'on ken dellezek da vezań galvet da vab. Gra din evel da unan eus da vevelien.

20  Sevel a reas hag ez eas da gavout e dad. Evel ma oa c'hoazh pell, e dad a welas anezhań hag en doe truez outań; o teredek, e lamas d'e c'houzoug hag e pokas dezhań.

21  Ar mab a lavaras dezhań: Tad, pec'het em eus a-enep an neńv hag a-enep dit, n'on ken dellezek da vezań galvet da vab.

22  Met an tad a lavaras d'e vevelien: Degasit ar sae gaerań hag he gwiskit dezhań, lakait ur walenn ouzh e viz ha botoł en e dreid.

23  Degasit al leue lart ha lazhit anezhań, debromp hag en em laouenaomp,

24  rak ar mab-mań din a oa marv hag eo distroet d'ar vuhez, kollet e oa hag eo adkavet. Hag en em lakajont d'en em laouenaat.

25  Met ar mab henań a oa er parkeier. Pa zistroas ha pa dostaas ouzh an ti, e klevas ar sonerezh hag an dańsoł.

26  Gervel a reas unan eus ar servijerien hag e c'houlennas digantań petra a oa kement-se.

27  Eń a lavaras dezhań: Da vreur a zo distro ha da dad en deus lazhet al leue lart, abalamour m'en deus e adkavet yac'h.

28  Met eń a yeas droug ennań ha ne fellas ket dezhań mont en ti. Neuze e dad a zeuas er-maez hag en pedas da vont e-barzh.

29  Met eń a respontas d'an tad: Setu, ez eus kement a vloavezhioł abaoe ma servijan ac'hanout hep bezań biskoazh manket da'z kourc'hemenn, ha ne'c'h eus biskoazh roet din ur c'havrig evit en em laouenaat gant va mignoned.

30  Ha pa'z eo deuet en-dro ar mab-mań dit, an hini en deus debret da vadoł gant gisti, ec'h eus lazhet al leue lart evitań!

31  Hag e lavaras dezhań: Mab, te a zo bepred ganin ha kement am eus a zo dit.

32  Met ret mat e oa en em sederaat hag en em laouenaat, rak ar breur-mań dit a oa marv hag eo distroet d'ar vuhez, kollet e oa hag eo adkavet.

 

Pennad 16

Parabolenn ar merour disleal

1  Eń a lavaras ivez d'e ziskibien: Un den pinvidik en doa ur merour a oa tamallet dirazań da vezań dispignet e vadoł.

2  Gervel a reas anezhań hag e lavaras dezhań: Petra a glevan lavarout ac'hanout? Gra din ar gont eus da c'houarnerezh, rak ne c'helli ken bezań va merour.

3  Ar merour a lavaras ennań e-unan: Petra a rin, o vezań ma lam va mestr diganin va gouarnerezh? Ne c'hellfen ket labourat an douar, ha mezh am befe o c'houlenn aluzen.

4  Gouzout a ran petra a rin, evit ma vo tud o tegemer ac'hanon en o ziez pa vo lamet va gouarnerezh diganin.

5  Hag e c'halvas hini da hini dleourien e vestr, hag e lavaras d'ar c'hentań: Pegement a dleez da'm mestr?

6  Eń a respontas: Kant bat (~ 3500 l) eoul. Hag e lavaras dezhań: Kemer da verk, azez ha skriv buan hanter-kant.

7  Neuze e lavaras d'un all: Ha te, pegement a dleez? Eń a respontas: Kant kor (~ 35000 l) gwinizh. Hag e lavaras dezhań: Kemer da verk ha skriv pevar-ugent.

8  Ar mestr a veulas ar merour disleal-se abalamour m'en doe graet-se gant furnez. Rak bugale ar c'hantved-mań a zo furoc'h eget bugale ar sklźrijenn e-keńver o rummad o-unan.

9  Ha me a lavar deoc'h: Grit mignoned deoc'h gant pinvidigezhioł direizh, abalamour pa vankot, e viot degemeret en teltennoł peurbadus.

10  An hini a zo feal en traoł bihan a zo ivez feal en traoł bras, hag an hini a zo direizh en traoł bihan a zo ivez direizh en traoł bras.

11  Mar n'hoc'h ket bet eta feal er madoł direizh, piv a fizio ennoc'h ar madoł gwirion?

12  Ha mar n'hoc'h ket bet feal gant ar pezh a zo d'ar re all, piv a roio deoc'h ar pezh a zo deoc'h?

13  Mevel ebet ne c'hell servijań daou vestr, rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c'hellit ket servijań Doue ha Mammon.

14  Ar farizianed, hag a oa tud pizh, a selaouas kement-se hag a reas goap anezhań.

15  Hag e lavaras dezho: Evidoc'h-c'hwi, a fell deoc'h tremen evit reizh dirak an dud, met Doue a anavez ho kalonoł. Rak ar pezh a zo uhel dirak an dud a zo fall bras dirak Doue.

16  Al lezenn hag ar brofeded a badas betek Yann. Adalek an amzer-se rouantelezh Doue a zo prezeget, ha pep hini a ya e-barzh dre nerzh.

17  Met aesoc'h eo d'an neńv ha d'an douar tremen, eget eo d'ur varrennig eus ul lizherenn hepken eus al lezenn mankout.

An torr-dimeziń

18  Piv bennak a gas kuit e wreg hag a zimez da unan all, a ra avoultriezh, ha piv bennak a zimez d'ur wreg a zo bet kaset kuit gant hec'h ozhac'h, a ra avoultriezh.

An den pinvidik ha Lazar

19  Bez' e oa un den pinvidik en em wiske gant limestra ha lin fin, hag a veve bemdez en un doare pompadus.

20  Bez' e oa ur paour anvet Lazar, gourvezet ouzh e zor ha goloet a c'houlioł;

21  c'hoantaat a rae terriń e naon gant ar bruzhun a gouezhe diwar taol an den pinvidik. Hogen ar chas zoken a zeue da lipat e c'houlioł.

22  En em gavout a reas ma varvas ar paour. Kaset e voe gant an aeled en askre Abraham. Ar pinvidik a varvas ivez hag a voe sebeliet.

23  O vezań e lec'h ar marv e-kreiz poanioł, e savas e zaoulagad hag e welas eus pell Abraham ha Lazar en e askre.

24  O krial, e lavaras: Tad Abraham, az pez truez ouzhin ha kas Lazar evit ma trempo en dour penn e viz da freskaat din va zeod, rak gwall boaniet on er flamm-mań.

25  Abraham a respontas: Bugel, az pez sońj penaos ec'h eus resevet da vadoł e-pad da vuhez ha Lazar en deus bet poanioł. Bremań eń a zo diboaniet ha te a zo er poanioł.

26  Ouzhpenn-se ez eus ur poull bras etre c'hwi ha ni, en hevelep doare ha pa fellfe d'ar re a zo amań tremen aze ne c'hellfent ket, kennebeut ha d'ar re a zo aze dont d'hor c'havout-ni.

27  Lavarout a reas: Da bediń a ran eta, tad, da gas anezhań da di va zad,

28  rak pemp breur am eus, evit testeniań dezho an traoł-mań, gant aon na zeufent ivez el lec'h-mań a boanioł.

29  Abraham a respontas dezhań: Bez' o deus Moizez hag ar brofeded, ra selaouint anezho.

30  Lavarout a reas: Nann, tad Abraham, met mar d-a unan bennak eus ar re varv d'o c'havout, o devo keuz.

31  Hag e lavaras dezhań: Ma ne selaouont ket Moizez hag ar brofeded, ne gredint ket kennebeut ha pa adsavfe unan bennak a-douez ar re varv.

 

Pennad 17

Ar pec'hed, ar feiz, an dlead

1  Eń a lavaras d'e ziskibien: Dibosupl eo na c'hoarvezfe ket abegoł de gouezhań, met gwalleur d'an hini ma teuont drezań!

2  Gwelloc'h e vefe dezhań e vefe staget ur maen-milin ouzh e c'houzoug hag e vefe taolet er mor, eget ma lakafe da gouezhań unan eus ar re vihan-mań.

3  Lakait evezh ouzhoc'h. Mar en deus pec'het da vreur en da enep, tamall anezhań ha, mar en deus keuz, pardon dezhań.

4  Mar pec'h seizh gwech an deiz en da enep ha mar distro seizh gwech an deiz da'z kavout, o lavarout: Keuz am eus, pardon dezhań.

5  An ebestel a lavaras d'an Aotrou: Kresk deomp hor feiz.

6  An Aotrou a lavaras: Mar ho pije feiz kement hag ur c'hreunenn sezo, e lavarfec'h d'ar wezenn-sikomor-se: En em ziwrizienn alese hag en em blant er mor, hag e sentfe ouzhoc'h.

7  Piv ac'hanoc'h, mar en deus ur servijer oc'h arat pe o vesa, a lavaro dezhań kerkent ha ma tistroio eus ar parkeier: Tost amań hag en em laka ouzh taol?

8  Ha ne lavaro ket kentoc'h dezhań: Aoz koan din, en em c'houriz ha servij ac'hanon, betek ma em bo debret hag evet, goude-se e tebri hag ec'h evi?

9  Ha trugarez en devo d'ar servijer-se evit bezań graet ar pezh a oa bet gourc'hemennet dezhań? Ne gredan ket.

10  C'hwi ivez, pa ho po graet kement a zo gourc'hemennet deoc'h, lavarit: Servijerien didalvoud ez omp, abalamour hon eus graet ar pezh a oa ret deomp ober.

Jezuz a yac'ha dek den lovr

11  Evel ma'z ae da Jeruzalem, e tremene war harzoł Samaria ha Galilea.

12  Evel ma'c'h antree en ur vourc'h, e voe diarbennet gant dek den lovr en em zalc'he pell dioutań.

13  O sevel o mouezh, e krijont: Jezuz, Mestr, az pez truez ouzhimp!

14  O vezań o gwelet, e lavaras dezho: It hag en em ziskouezit d'ar veleien. Hag e c'hoarvezas pa oant o vont kuit, ma voent naetaet.

15  Unan anezho, o welout e oa yac'haet, a zistroas o reiń gloar da Zoue a vouezh uhel.

16  En em daolas ouzh e dreid, e c'henoł d'an douar, o trugarekaat. Hag hemań a oa ur Samaritan.

17  Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras: An dek ha n'int ket bet yac'haet? Pelec'h emań an nav all?

18  N'eus en em gavet nemet an diavaeziad-mań hag a zo distroet da reiń gloar da Zoue?

19  Hag e lavaras dezhań: Sav, kae, da feiz en deus da yac'haet.

An deiz m'en em ziskouezo Mab an den

20  Ar farizianed a c'houlennas digantań pegoulz e teuje rouantelezh Doue. Respont a reas dezho: Rouantelezh Doue ne zeuio ket en un doare sebezus.

21  Ne vo ket lavaret: Emań amań, pe: Emań aze. Rak setu, emań rouantelezh Doue en ho touez.

22  Lavarout a reas d'an diskibien: Dont a raio deizioł ma ho po c'hoant da welout unan eus deizioł Mab an den, ha n'en gwelot ket.

23  Lavaret e vo deoc'h: Emań amań, pe: Emań aze. N'it ket ha na heuilhit ket anezho.

24  Rak, evel ma teu ul luc'hedenn da lugerniń adalek ur penn pellań eus an oabl betek ar penn all, evel-se e vo Mab an den en e zeiz.

25  Met ret eo dezhań kent-se gouzańv kalz a draoł ha bezań taolet kuit gant ar rummad-mań.

26  Ar pezh a c'hoarvezas en amzer Noe, evel-se a c'hoarvezo ivez e deizioł Mab an den.

27  An dud a zebre, a eve, a zimeze hag a veze roet da zimeziń, betek an deiz ma'z eas Noe en arc'h, hag al lińvadenn-veur a zeuas hag o distrujas holl.

28  Kement-se a erruas c'hoazh en amzer Lot, an dud a zebre, a eve, a brene, a werzhe, a blante, a save tiez,

29  met en deiz ma'z eas Lot kuit eus Sodom, e kouezhas ur glav tan ha soufr eus an neńv hag o distrujas holl.

30  Evel-se e vo ivez en deiz ma en em ziskouezo Mab an den.

31  En deiz-se, an hini a vo war an doenn hag en devo e draoł e-barzh an ti, ra ne ziskenno ket evit o c'has gantań, hag en hevelep doare an hini a vo er parkeier, ra ne zistroio ket a-dreńv.

32  Ho pet sońj eus gwreg Lot.

33  Piv bennak a glasko saveteiń e vuhez he c'hollo, ha piv bennak he c'hollo he miro.

34  Me a lavar deoc'h, penaos en noz-se, eus daou a vo en un hevelep gwele, unan a vo kemeret hag egile lezet,

35  eus daou a valo a-gevret, unan a vo kemeret hag eben lezet,

36  eus daou a vo en ur park, unan a vo kemeret hag egile lezet.

37  Respont a rejont dezhań: Pelec'h e vo, Aotrou? Hag e lavaras dezho: E-lec'h ma vo ar c'horf, eno en em zastumo an erered.

 

Pennad 18

Parabolenn an intańvez kendalc'hus

1  Eń a gontas ivez dezho ur barabolenn, evit diskouez penaos eo ret pediń bepred hag hep skuizhań.

2  Lavarout a reas: Bez' e oa en ur gźr ur barner na zouje ket Doue ha n'en doa resped ebet evit den.

3  Bez' e oa ivez er gźr-se un intańvez a zeuas d'e gavout o lavarout: Gra din reizhder diouzh va enebour.

4  E-pad pell amzer ne c'hoantaas ober netra. Hogen e lavaras ennań e-unan: Petra bennak na zoujan ket Doue ha na'm eus resped ebet evit den,

5  koulskoude, dre ma teu an intańvez-se da skuizhań ac'hanon, e rin reizhder dezhi gant aon na gendalc'hfe da derriń din va fenn.

6  An Aotrou a lavaras: Selaouit ar pezh a lavar ar barner disleal.

7  Doue, ha ne veńjo ket e re zibabet a gri dezhań noz-deiz, evitań da zaleań da fuloriń?

8  Me a lavar deoc'h e veńjo anezho prest. Met, pa zeuio Mab an den, ha kavout a raio feiz war an douar?

Parabolenn ar publikan hag ar farizian

9  Lavarout a reas ivez ar barabolenn-mań, diwar-benn tud a grede enno o-unan e oant tud reizh hag a zisprize ar re all:

10  Daou zen a bignas d'an templ da bediń. Unan a oa farizian hag egile a oa publikan.

11  Ar farizian, oc'h en em zerc'hel en e sav, a bedas evel-henn ennań e-unan: O Doue, da drugarekaat a ran dre ma n'on ket evel an dud all, a zo laeron, direizh, avoultrerien, na zoken evel ar publikan-se.

12  Yunań a ran div wech ar sizhun, reiń a ran an deog eus kement am eus.

13  Ar publikan, oc'h en em zerc'hel pell, ne gredas ket zoken sevel e zaoulagad d'an neńv, met e skoas war boull e galon o lavarout: O Doue, az pez truez ouzhin-me pec'her!

14  Me a lavar deoc'h, hemań a zistroas reishaet d'e di kentoc'h eget egile. Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet, hag an hini en em izela a vo uhelaet.

Ar vugale vihan

15  Degas e voe dezhań ivez bugale vihan, evit ma stokje outo. Met an diskibien, o welout kement-se, a c'hrozmole dezho.

16  Jezuz, o c'hervel anezho d'e gavout, a lavaras: Lezit ar vugale vihan da zont davedon ha na zifennit ket outo, rak rouantelezh Doue a zo d'ar re a zo heńvel outo.

17  Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos piv bennak ne zegemero ket rouantelezh Doue evel ur bugel bihan ne yelo ket e-barzh.

An den pinvidik

18  Unan eus ar pennoł a c'houlennas digantań: Mestr mat, petra a dlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus?

19  Jezuz a lavaras dezhań: Perak em galvez mat? Den n'eo mat, nemet Doue hepken.

20  Anavezout a rez ar gourc'hemennoł: Na ra ket avoultriezh; na vez ket muntrer; na laer ket; na lavar ket a falstesteni; enor da dad ha da vamm.

21  Eń a lavaras dezhań: Miret em eus an holl draoł-se adalek va yaouankiz.

22  Jezuz, o klevout kement-se, a lavaras dezhań: Mankout a ra dit c'hoazh un dra: gwerzh kement ac'h eus, ro-se d'ar beorien, hag ez po un teńzor en neńv. Goude-se deus hag heuilh ac'hanon.

23  P'en doe klevet kement-se, e teuas gwall drist, rak pinvidik bras e oa.

24  Jezuz, o welout e oa deuet gwall drist, a lavaras: Pegen diaes e vo d'ar re o deus madoł mont e-barzh rouantelezh Doue!

25  Aesoc'h eo d'ur c'hańval tremen dre graoenn un nadoz eget d'un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh Doue.

26  Ar re en kleve a lavaras: Ha piv eta a c'hell bezań salvet?

27  Lavarout a reas: Ar pezh a zo dibosupl d'an dud a zo posupl da Zoue.

28  Pźr a lavaras: Setu, ni hon eus dilezet pep tra hag hon eus da heuliet.

29  Eń a lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos n'eus den en defe kuitaet ti, pe gerent, pe vreudeur, pe wreg, pe vugale, evit rouantelezh Doue,

30  ha ne resevo kalz muioc'h er c'hantved-mań, hag er c'hantved da zont, ar vuhez peurbadus.

Jezuz a ziougan e varv adarre

31  Eń a gemeras neuze a-du an daouzek hag a lavaras dezho: Setu, e pignomp da Jeruzalem hag an holl draoł a zo bet skrivet gant ar brofeded diwar-benn Mab an den a ya da vezań peurc'hraet.

32  Rak lakaet e vo etre daouarn ar baganed, graet e vo goap anezhań, dismegańset e vo, krańchet e vo outań,

33  ha, goude ma vo bet skourjezet, e vo lakaet d'ar marv, hag ec'h adsavo a varv d'an trede deiz.

34  Ne gomprenjont netra e kement-se. Ar c'homzoł-se a oa kuzhet evito ha ne ouient ket ar pezh a oa lavaret dezho.

Jezuz a yac'ha un den dall

35  Evel ma tostae ouzh Jeriko, un den dall a oa azezet war gostez an hent hag a c'houlenne an aluzen.

36  O klevout ar bobl a dremene, e c'houlennas petra a oa kement-se.

37  Lavaret e voe dezhań e tremene Jezuz a Nazared.

38  Hag e krias, o lavarout: Jezuz, Mab David, az pez truez ouzhin!

39  Ar re a yae a-raok a c'hourdrouze anezhań evit e lakkat da devel, met eń a grias c'hoazh kreńvoc'h: Mab David, az pez truez ouzhin!

40  Jezuz, o chom a-sav, a c'hourc'hemennas ma vefe degaset dezhań ha, pa voe tostaet, e c'houlennas digantań:

41  Petra a fell dit e rafen evidout? Eń a respontas: Aotrou, ma'c'h adkavin ar gweled.

42  Jezuz a lavaras dezhań: Adkav ar gweled, da feiz he deus da yac'haet.

43  Kerkent ec'h adkavas ar gweled, hag ec'h heulias Jezuz o reiń gloar da Zoue. An holl bobl, o welout kement-se, a veulas Doue.

 

Pennad 19

Zake en em zistro ouzh Doue

1  O vezań aet e Jeriko, e tremenas dre gźr.

2  Ha setu, un den anvet Zake, a oa penn ar bublikaned hag a oa pinvidik,

3  a glaskas gwelout piv oa Jezuz, met ne c'hellas ket abalamour d'ar bobl, rak gwall vihan e oa.

4  Redek a reas a-raok hag e pignas war ur wezenn-sikomor evit e welout, abalamour ma tlee tremen dre eno.

5  Jezuz, o vezań deuet el lec'h-se hag o sevel e zaoulagad, a welas anezhań hag a lavaras dezhań: Zake, diskenn buan, rak ret eo din lojań hiziv en da di.

6  Eń a ziskennas buan hag en degemeras gant levenez.

7  O welout kement-se, an holl a c’hrozmolas o lavarout: E ti un den a vuhez fall eo aet da lojań.

8  Met Zake en em zalc'has dirak an Aotrou hag a lavaras dezhań: Setu, Aotrou, reiń a ran an hanter eus va madoł d'ar beorien ha, mar em eus noazet ouzh unan bennak en un dra bennak, e roan dezhań peder gwech kemend all.

9  Jezuz a lavaras dezhań: Ar silvidigezh a zo deuet hiziv en ti-mań, abalamour ma'z eo hemań ivez mab da Abraham.

10  Rak Mab an den a zo deuet da glask ha da saveteiń ar pezh a oa kollet.

Parabolenn an dek minenn

11  Selaou a rejont ar c'homzoł-se. Eń a gendalc'has hag a lavaras ur barabolenn, abalamour ma oa tost ouzh Jeruzalem, ha ma kredent ez ae rouantelezh Doue d'en em ziskouez prest.

12  Lavarout a reas neuze: Un den a lignez uhel a yeas d'ur vro bell evit kemer ur rouantelezh evitań, ha distreiń goude.

13  O vezań galvet dek eus e servijerien, e roas dezho dek minenn (1 minenn = 100 drakm, d.l.e. war-dro 500 g a arc'hant) hag e lavaras dezho: Lakait anezho da dalvezout betek ma tistroin.

14  Met tud e vro a gasae anezhań hag a kasas ur c'hannadur war e lerc'h da lavarout: Ne fell ket deomp e renfe hemań warnomp.

15  Erruout a reas eta, pa voe distroet goude bezań kemeret e rouantelezh, ma c'hourc'hemennas gervel d'e gavout ar servijerien en doa roet arc'hant dezho, evit gouzout pegement en doa gounezet pep hini gantań.

16  An hini kentań a zeuas hag a lavaras: Aotrou, da vinenn he deus gounezet dek minenn.

17  Eń a lavaras dezhań: Mat eo, servijer mat, abalamour ma'z out bet feal e nebeut a draoł, ez po ar galloud war dek kźr.

18  An eil a zeuas hag a lavaras: Aotrou, da vinenn he deus gounezet pemp minenn.

19  Eń a lavaras ivez dezhań: Ha te, az pez ar galloud war bemp kźr.

20  Unan all a zeuas hag a lavaras: Aotrou, setu da vinenn am eus miret paket en ul lienenn,

21  rak aon am eus bet dirazout, dre ma'z out un den garv, e kemerez e-lec'h na'c'h eus lakaet netra hag e vedez e-lec'h na'c'h eus ket hadet.

22  Eń a lavaras dezhań: Servijer fall, da varn a rin dre da gomzoł da-unan. Gouzout a ouies ez on un den garv, a gemer e-lec'h na'm eus lakaet netra hag a ved e-lec'h na'm eus ket hadet.

23  Perak eta ne'c'h eus ket lakaet va arc'hant en ti-bank, hag em distro em bije e zilamet gant ar c'hampi?

24  Hag e lavaras d'ar re a oa eno: Lamit digantań ar vinenn-se ha roit hi d'an hini en deus dek minenn.

25  Int a lavaras dezhań: Aotrou, dek minenn en deus.

26  Me a lavar deoc'h, roet e vo d'an neb en deus, met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantań zoken ar pezh en deus.

27  E-keńver va enebourien, ar re n'eo ket fellet dezho e renjen warno, degasit int amań ha lazhit int dirazon.

Donedigezh veur Jezuz e Jeruzalem

28  Goude bezań lavaret kement-se, e pignas da Jeruzalem, o vont a-raok ar bobl.

29  O vezań tostaet ouzh Betfage hag ouzh Betania, tost d'ar menez anvet Menez an Olived, e kasas daou eus e ziskibien,

30  o lavarout: It d'ar vourc'h a zo dirazoc'h ha, pa viot aet enni, e kavot un azenig stag ha n'eus bet c'hoazh den war e gein. Distagit anezhań hag en degasit.

31  Mar goulenn unan bennak ouzhoc'h: Perak e tistagit anezhań? Lavarit dezhań: An Aotrou en deus ezhomm anezhań.

32  Ar re gaset a yeas hag a gavas pep tra evel m'en doa lavaret dezho.

33  Evel ma tistagent an azenig, e vistri a lavaras dezho: Perak e tistagit an azenig?

34  Hag e respontjont: An Aotrou en deus ezhomm anezhań.

35  Hag e tegasjont anezhań da Jezuz. O vezań lakaet o dilhad warnań, e lakajont Jezuz da azezań warno.

36  Evel ma tremene, an dud a astennas o dilhad war an hent.

37  Ha pa oa dija o tostaat d'an diskenn eus Menez an Olived, an holl vandenn diskibien, karget a levenez, en em lakaas da veuliń Doue a vouezh uhel evit an holl virakloł o doa gwelet.

38  Hag e lavarent: Benniget ra vo ar Roue a zeu en anv an Aotrou! Peoc'h en neńv ha gloar el lec'hioł uhel-meurbet!

39  Hiniennoł eus farizianed ar vandenn a lavaras dezhań: Mestr, kroz da ziskibien.

40  Eń a respontas dezho: Me a lavar deoc'h, mar tav ar re-mań, ar vein a grio.

Jezuz o ouelań war Jeruzalem

41  Pa voe tost da gźr, o welout anezhi, e ouelas warni hag e lavaras:

42  Ma ez pije anavezet, te ivez, da vihanań en deiz-mań a zo roet dit, an traoł a sell ouzh da beoc'h! Met bremań kuzhet int da'z taoulagad.

43  Rak deizioł a zeuio warnout ma raio da enebourien fozioł en-dro dit, hag e kelc'hint ac'hanout, hag e waskint ac'hanout a bep tu,

44  hag e tiskarint ac'hanout, te ha da vugale a zo en da greiz. Ne lezint ket maen war vaen abalamour na'c'h eus ket anavezet an amzer ma'z out bet gweladennet.

Ar varc'hadourien kaset kuit er-maez eus an templ

45  O vezań aet en templ, en em lakaas da gas kuit ar re a werzhe hag a brene e-barzh,

46  o lavarout dezho: Skrivet eo: Va zi a zo un ti a bedenn, met c'hwi hoc'h eus graet anezhań ur c'havarn laeron.

47  Hag e kelenne bemdez en templ. Ar veleien vras, ar skribed ha pennoł ar bobl a glaske e lakaat d'ar marv,

48  met ne ouient ket penaos ober, rak an holl bobl en em stage ouzh e gomzoł.

 

Pennad 20

Galloud Jezuz

1  Un devezh ma kelenne ar bobl en templ ha ma prezege an Aviel, ar veleien vras, ar skribed hag an henaourien, o vezań deuet,

2  a gomzas outań hag a lavaras dezhań: Lavar deomp dre beseurt galloud e rez an traoł-se, pe piv en deus roet dit ar galloud-se?

3  Eń a respontas dezho: Me a c'houlenno ivez un dra ouzhoc'h. Lavarit din,

4  badeziant Yann, ha dont a rae eus an neńv pe eus an dud?

5  Int a sońje enno o-unan o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neńv, e lavaro: Perak eta n'hoc'h eus ket kredet ennań?

6  Ha mar lavaromp: Eus an dud, an holl bobl hor meinataio, rak krediń a reont e oa Yann ur profed.

7  Dre-se e respontjont ne ouient ket a-belec'h e teue.

8  Ha Jezuz a lavaras dezho: Ha me kennebeut ne lavarin ket deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoł-se.

Parabolenn ar winierien

9  Neuze en em lakaas da lavarout d'ar bobl ar barabolenn-mań: Un den a blantas ur winieg, he feurmas da winierien hag ez eas evit pell amzer en ur vro all.

10  Da amzer ar frouezh e kasas unan eus e servijerien etrezek ar winierien evit kemer diganto frouezh ar winieg. Met ar winierien a gannas anezhań hag e kasjont anezhań kuit hep netra.

11  Kas a reas dezho c'hoazh ur servijer all, met e kannjont anezhań, e rejont dezhań meur a zismegańs hag e kasjont anezhań kuit hep netra.

12  Kas a reas c'hoazh un trede, met int a c'hloazas anezhań ivez hag en kasas kuit.

13  Mestr ar winieg a lavaras neuze: Petra a rin? Kas a rin va mab karet-mat. Marteze p'en gwelint, e toujint anezhań.

14  Met ar winierien, o vezań e welet, a sońjas enno o-unan o lavarout: Setu an heritour, deuit, lazhomp anezhań evit ma vo an hźrezh deomp.

15  Hag o vezań e daolet er-maez eus ar winieg, e lazhjont anezhań. Petra eta a raio mestr ar winieg dezho?

16  Dont a raio da zistrujań ar winierien-se hag e roio ar winieg da re all. O vezań klevet kement-se, e lavarjont: Ra ne c'hoarvezo ket-se!

17  Neuze Jezuz, o sellout outo, a lavaras dezho: Petra eta eo ar pezh a zo skrivet evel-henn: Ar maen taolet kuit gant ar re a vańsone a zo deuet da vezań penn ar c'horn?

18  An hini a gouezho war ar maen-se a vo brevet, ha friket e vo an hini a gouezho warnań, evel poultr.

19  Ar veleien vras hag ar skribed a glaskas lakaat o daouarn warnań war an eur-se, met aon o doe rak ar bobl, rak ec'h anavezent penaos en doa lavaret ar barabolenn-se a-enep dezho.

Ar gwir da Gezar

20  Oc'h evezhiań anezhań, e kasjont dezhań spierien hag a rae an neuz da vezań reizh, evit e dapout en e gomzoł, e sell d'e lakaat dindan beli ha galloud ar gouarnour.

21  Ar re-mań a c'houlennas digantań: Mestr, gouzout a reomp e komzez hag e kelennez gant eeunder ha ne rez van a zen ebet, met e kelennez hent Doue hervez ar wirionez.

22  Ha dleet eo paeań ar gwir da Gezar pe n'eo ket?

23  Met eń, oc'h anavezout o gwidre, a lavaras dezho: Perak e temptit ac'hanon?

24  Diskouezit din un diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g). Eus piv eo ar skeud hag ar skrid-mań? Int a respontas: Eus Kezar.

25  Neuze e lavaras dezho: Rentit eta da Gezar ar pezh a zo da Gezar ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue.

26  Ne c'helljont ket e dapout en e gomzoł dirak ar bobl, met, o vezań souezhet gant e respont, e tavjont.

Diwar-benn an adsavidigezh a varv

27  Hiniennoł a-douez ar sadukeiz, ar re a nac’h e vefe un adsavidigezh a varv, a dostaas hag a reas outań ar goulenn-mań:

28  Mestr, Moizez en deus gourc'hemennet deomp ma teuje breur unan bennak da vervel o kaout ur wreg hep bugale, e vreur a zimezo d’ar wreg evit sevel ul lignez d'e vreur.

29  Bez' e oa eta seizh breur. An hini kentań, o vezań kemeret ur wreg, a varvas hep lezel bugale.

30  An eil a zimezas gant e wreg hag a varvas hep bugale.

31  An trede he c'hemeras ivez, hag o seizh en hevelep doare, hag e varvjont hep lezel bugale.

32  Ha goude ar re-mań holl, ar wreg a varvas ivez.

33  Neuze en adsavidigezh a varv, a behini anezho e vo gwreg? Rak bet eo gwreg dezho o seizh.

34  Jezuz a respontas dezho: Bugale ar c'hantved-mań a zimez hag a ro da zimeziń.

35  Met ar re a vo kavet dellezek da gaout lod er c'hantved da zont en adsavidigezh a-douez ar re varv ne zimezint ket ha ne roint ket da zimeziń.

36  Rak ne c'hellint ket kennebeut mervel, abalamour ma vint heńvel ouzh an aeled ha ma vint mibien Doue, o vezań mibien an adsavidigezh a varv.

37  Met penaos ar re varv a adsav da vev, kement-se eo a ziskouezas Moizez pa c'halvas, dirak ar vodenn, an Aotrou, Doue Abraham, Doue Izaak ha Doue Jakob.

38  Rak Doue n'eo ket Doue ar re varv, met Doue ar re vev, rak an holl a vev evitań.

39  Hag hiniennoł eus ar skribed, o kemer ar gomz, a lavaras: Mestr, komzet mat ec'h eus.

40  Ha ne gredent ken goulenn netra outań.

Mab piv eo ar C'hrist?

41  Lavarout a reas dezho: Penaos e lavarer ez eo ar C'hrist Mab David?

42  David e-unan a lavar e levr ar Salmoł: An Aotrou en deus lavaret da'm Aotrou: Azez a-zehou din,

43  betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid.

44  David eta a c'halv anezhań Aotrou, ha penaos eo-eń e vab?

45  Evel ma selaoue an holl bobl, e lavaras d'e ziskibien:

46  Diwallit diouzh ar skribed a gar pourmen gant saeoł hir ha bezań saludet war ar marc'hallac'hioł, a gar ar c'hadorioł kentań er sinagogennoł hag ar plasoł kentań er festoł,

47  a zismantr tiez an intańvezed hag a ra evit ar gweled pedennoł hir. Bez' o devo ur varnedigezh gwashoc'h.

 

Pennad 21

Profadenn an Intańvez

1  O vezań savet e zaoulagad, e welas tud pinvidik a lakae o frofoł en teńzor.

2  Gwelout a reas ivez un intańvez paour a lakaas e-barzh daou bezhig.

3  Hag e lavaras: Me a lavar deoc'h e gwirionez, an intańvez paour-se he deus lakaet muioc'h egeto holl,

4  rak holl o deus lakaet e profoł Doue eus ar pezh o doa a re, met houmań he deus lakaet eus he dienez, kement holl he doa evit bevań.

Neuze e vo gwelet Mab an den o tont ...

5  Evel ma komze hiniennoł diwar-benn an templ, gant e vein kaer hag e profoł pinvidik, e lavaras:

6  Gwelout a rit an traoł-se, deizioł a zeuio ma ne chomo ket anezho maen war vaen na vo diskaret.

7  Goulenn a rejont digantań: Mestr, pegoulz e c'hoarvezo an traoł-se, ha dre beseurt sin e vo anavezet e vint prest da c'hoarvezout?

8  Eń a lavaras: Diwallit na dromplfe den ac'hanoc'h. Rak meur a hini a zeuio em anv, o lavarout: Me eo, hag: An amzer a dosta. N'it ket eta war o lerc'h.

9  Pa glevot komz eus brezelioł hag eus dispac'hioł, na spontit ket, rak ret eo e teufe an traoł-se a-raok. Met ne vo ket kerkent ar fin.

10  Neuze e lavaras dezho: Ur vroad a savo a-enep ur vroad all hag ur rouantelezh a-enep ur rouantelezh all.

11  Hag e vo krenoł-douar bras e meur a lec'h, naonegezhioł ha bosennoł. Traoł spouronus en em ziskouezo ha sinoł bras eus an neńv.

12  Met a-raok an holl draoł-se, e lakaint o daouarn warnoc'h hag e wallgasint ac'hanoc'h, ho kasint er sinagogennoł hag ho lakaint er prizon, ho kasint dirak rouaned ha dirak gouarnourien abalamour da'm anv.

13  Kement-se a vo evidoc'h ul lec'h da reiń testeni.

14  Lakait eta en ho kalon na dleit ket sońjal a-raok en ho tifenn,

15  rak me a roio deoc'h ur genoł hag ur furnez na c'hello hoc'h holl enebourien respont netra dezho na stourm outo.

16  Droukroet e viot gant ho kerent, gant ho preudeur, gant ho nesań ha gant ho mignoned, hag e lakaint kalz ac'hanoc'h d'ar marv.

17  Kasaet e viot gant an holl abalamour da'm anv.

18  Met n'en em gollo ket ur vlevenn eus ho penn.

19  Derc'hel a reot hoc'h eneoł dre ho kouzańvusted sioul.

20  Pa welot Jeruzalem kelc'hiet gant armeoł, gouezit neuze ez eo tost he glac'har.

21  Neuze ar re a vo e Judea, ra dec'hint war ar menezioł, ar re a vo e-kreiz Jeruzalem, ra zeuint er-maez anezhi, ar re a vo er parkeier, ra chomint hep mont en-dro.

22  Rak ar re-se a vo deizioł a gastiz, evit ma'c'h erruo an holl draoł a zo skrivet.

23  Gwalleur d'ar gwragez brazez ha d'ar magerezed en deizioł-se! Rak e vo ur glac'har bras war ar vro ha droug a-enep ar bobl-mań.

24  Kouezhań a raint dindan troc'h ar c'hleze ha kaset e vint da sklaved e-touez an holl vroadoł. Jeruzalem a vo mac'het gant ar broadoł betek ma vo peurleuniet amzerioł ar broadoł.

25  Bez' e vo sinoł en heol, el loar hag er stered. Ha war an douar, ar broadoł a vo en nec'hamant, ha ne ouezint petra d'ober e-keńver ar mor hag e donnoł oc'h ober un trouz bras.

26  An dud a fallao gant ar spont, o c'hortoz an traoł a dle c'hoarvezout er bed, rak galloudoł an neńvoł a vo hejet.

27  Neuze e vo gwelet Mab an den o tont war ur goabrenn gant galloud ha gant ur gloar bras.

28  P'en em lakaio an traoł-se da c'hoarvezout, sellit d'an nec'h ha savit ho pennoł, rak ho tasprenadur a dosta.

29  Hag e lavaras dezho ur barabolenn: Gwelit ar wezenn-fiez hag an holl wez,

30  pa vountont, ec'h anavezit ac'hanoc'h hoc'h-unan o welout anezho, emań tost an hańv.

31  Evel-se ivez, pa welot kement-se o c'hoarvezout, gouezit emań tost rouantelezh Doue.

32  Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ar rummad-mań ne dremeno ket ken na vo c'hoarvezet an holl draoł-se.

33  An neńv hag an douar a dremeno, met va gerioł ne dremenint ket.

34  Lakait eta evezh ouzhoc'h, gant aon na zeufe ho kalonoł da vezań pounneraet gant an dirollerezh, gant ar vezventi ha gant prederioł ar vuhez-mań, ha na zeufe an deiz-se warnoc'h a-daol-trumm.

35  Rak dont a raio evel ur roued da soupren ar re holl a chom war holl c’horre an douar.

36  Beilhit eta ha pedit e pep amzer, evit ma viot kavet din da dec'hout diouzh an holl draoł-se a dle c'hoarvezout, ha da badout dirak Mab an den.

37  E-pad an deiz e kelenne en templ, hag en noz ez ae hag en em zalc'he war ar menez galvet Menez an Olived.

38  Da c'houloł-deiz, an holl bobl a zeue d'e gavout evit e selaou.

 

Pennad 22

Irienn a-enep Jezuz

1  Gouel ar bara hep goell, anvet ar Pask, a dostae.

2  Ar veleien vras hag ar skribed a glaske an doare da lakaat Jezuz d'ar marv, rak doujań a raent ar bobl.

Trubarderezh Judaz

3  Satan a antreas e Judaz lesanvet Iskariod, unan eus an daouzek.

4  Mont a reas hag a gomzas gant ar veleien vras ha gant pennoł ar warded diwar an doare d'e zroukreiń dezho.

5  Laouen e voent hag e tivizjont reiń arc'hant dezhań.

6  Eń a roas e c'her, hag e klaskas an tu dereat evit e zroukreiń dezho hep ma ouije ar bobl.

Ar Pask diwezhań

7  Deiz ar bara hep goell a zeuas, ma oa ret aberzhań ar Pask,

8  hag e kasas Pźr ha Yann, o lavarout: It da gempenn deomp ar Pask evit ma tebrimp anezhań.

9  Lavarout a rejont dezhań: Pelec'h e c'hoantaez e kempennfemp anezhań?

10  Lavarout a reas dezho: Setu, pa'z eot e kźr, ec'h erruo ganeoc'h un den o tougen ur podad dour. Heuilhit anezhań en ti ma'z aio ennań,

11  hag e lavarot da vestr an ti: Ar Mestr a lavar dit: Pelec'h emań al lec'h e tebrin ar Pask ennań gant va diskibien?

12  Hag e tiskouezo deoc'h ur gambr uhel, bras ha fichet mat. Kempennit anezhań eno.

13  Int a yeas kuit hag a gavas an traoł evel m'en doa lavaret dezho. Hag e kempennjont ar Pask.

14  Pa voe deuet an eur, en em lakaas ouzh taol an daouzek abostol gantań.

15  Eń a lavaras dezho: C'hoantaet kalz em eus debriń ar Pask-mań ganeoc'h a-raok ma c'houzańvin,

16  rak me a lavar deoc'h, ne zebrin ken anezhań betek ma vo graet e rouantelezh Doue.

17  Hag o vezań kemeret un hanaf ha trugarekaet, e lavaras: Kemerit anezhań ha lodennit anezhań etrezoc'h,

18  rak, me a lavar deoc'h, n'evin mui eus frouezh ar winienn ken na vo deuet rouantelezh Doue.

Diazezadenn ar Goan-Santel

19  Neuze e kemeras bara hag, o vezań trugarekaet, e torras anezhań hag en roas dezho o lavarout: Hemań eo va c'horf hag a zo roet evidoc'h, grit kement-mań en eńvor ac'hanon.

20  En hevelep doare, goude bezań koaniet e kemeras an hanaf hag en roas dezho o lavarout: An hanaf-mań eo an emglev nevez em gwad skuilhet evidoc'h.

21  Koulskoude setu, dorn an hini am droukro a zo ouzh an daol-mań ganin.

22  Evit ar pezh a zo eus Mab an den, mont a ra evel ma'z eo merket, met gwalleur d'an den-se ma'z eo droukroet drezań!

23  Hag en em lakajont da c'houlenn an eil ouzh egile pehini anezho a raje kement-se.

Piv eo an hini brasań?

24  Sevel a reas ivez un tabut etrezo, evit gouzout pehini anezho a dlee bezań galvet ar brasań.

25  Eń a lavaras dezho: Rouaned ar broadoł a vestroni anezho, hag ar re o deus galloud warno a zo galvet madoberourien.

26  Met ne vo ket evel-se etrezoc'h. Mat ra vo an hini brasań en ho touez evel an hini bihanań, hag an hini a ren evel an hini a servij.

27  Rak pehini eo ar brasań, an hini a zo ouzh taol pe an hini a servij? N'eo ket an hini a zo ouzh taol? Met me a zo en ho touez evel an hini a servij.

28  C'hwi eo ar re o deus kendalc’het ganin em amprouadurioł,

29  ha me a c'hrata deoc'h ar rouantelezh, evel ma en deus an Tad grataet din,

30  evit ma tebrot ha ma'c'h evot ouzh va zaol em rouantelezh. Bez' e viot azezet war dronioł o varn daouzek meuriad Israel.

Jezuz a gemenn da Bźr e zinac'hadenn

31  An Aotrou a lavaras ivez: Simon, Simon, setu, Satan en deus goulennet ho tremen dre ar c'hrouer evel ar gwinizh.

32  Met pedet em eus evidout evit na fallaio ket da feiz. Te eta, pa vi distroet, kreńva da vreudeur.

33  Lavarout a reas dezhań: Aotrou, me a zo prest da vont ganit ha d'ar prizon ha d'ar marv.

34  Hag e lavaras: Pźr, me en lavar dit, ar c'hilhog ne gano ket hiziv na'z po nac'het teir gwech anavezout ac'hanon.

35  Lavarout a reas dezho: Pa em eus ho kaset hep yalc'h, hep sac'h hag hep botoł, daoust hag un dra bennak a zo bet manket deoc'h? Int a lavaras: Netra.

36  Neuze e lavaras dezho: Met bremań, an hini en deus ur yalc'h, ra he c'hemero, en hevelep doare an hini en deus ur sac'h; an hini n'en deus ket ur c'hleze, ra werzho e vantell da brenań unan.

37  Rak me a lavar deoc'h, ret eo c'hoazh d'ar pezh a zo skrivet bezań peurc'hraet ennon: Lakaet eo bet e renk an dorfedourien. Hag emań o vont da c'hoarvezout ar pezh a sell ouzhin.

38  Lavarout a rejont: Aotrou, setu daou gleze. Eń a lavaras dezho: A-walc'h eo.

War Venez an Olived

39  Goude bezań aet er-maez, e yeas hervez e c'hiz da Venez an Olived. E ziskibien a heulias anezhań.

40  Pa voe erruet el lec'h-se, e lavaras dezho: Pedit evit na gouezhot ket en temptadur.

41  Neuze e pellaas diouto war-dro hed un taol-maen hag, o taoulinań, e pedas,

42  o lavarout: Tad, mar fell dit, pella an hanaf-se diouzhin! Koulskoude, ra ne vo ket graet va bolontez, met da hini.

43  Un ael eus an neńv en em ziskouezas dezhań evit e greńvaat.

44  Gwasket gant an anken, e pedas kalz startoc'h, hag e teuas dezhań ur c'hwezenn evel beradennoł gwad a gouezhe war an douar.

45  O vezań savet eus e bedenn, e teuas etrezek e ziskibien hag o c'havas kousket gant an dristidigezh,

46  hag e lavaras dezho: Perak e kouskit? Savit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur.

Jezuz a zo trubardet ha paket

47  Evel ma komze c'hoazh, ur vandenn a zeuas, hag an hini a c'halved Judaz, unan eus an daouzek, a gerzhe a-raok dezho. Hag e tostaas ouzh Jezuz evit pokat dezhań.

48  Ha Jezuz a lavaras dezhań: Judaz, droukreiń a rez Mab an den dre ur pok?

49  Ar re a oa en-dro dezhań, o welout ar pezh a yae da c'hoarvezout, a lavaras dezhań: Aotrou, ha skeiń a raimp gant ar c'hleze?

50  Unan anezho a skoas servijer ar beleg-meur hag a droc'has dezhań e skouarn dehou.

51  Met Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras: Lezit d’ober! Hag o vezań stoket ouzh e skouarn, e yac'haas anezhań.

52  Neuze Jezuz a lavaras d'ar veleien vras, da gabitened an templ ha d'an henaourien, a oa deuet a-enep dezhań: Deuet oc'h gant klezeier ha gant bizhier, evel war-lerc'h ul laer.

53  Bemdez e oan en ho touez en templ, ha n'hoc'h eus ket lakaet ho taouarn warnon. Met houmań eo hoc'h eur ha galloud an deńvalijenn.

Jezuz kaset dirak ar beleg-meur hag ar sanedrin; dinac'hadurioł Pźr

54  Neuze e krogjont ennań, e kasjont anezhań hag e lakajont anezhań da vont e-barzh ti ar beleg-meur. Pźr a heulie a-bell.

55  P'o doe enaouet tan e-kreiz ar porzh ha ma voent azezet a-unan, Pźr a azezas en o zouez.

56  Ur vatezh, o welout anezhań e-kichen an tan hag o sellout pizh outań, a lavaras: Hemań a oa ivez gantań.

57  Met eń a zinac'has hag a lavaras: Gwreg, n'anavezan ket anezhań.

58  Un nebeudig goude, unan all o vezań e welet, a lavaras: Te a zo ivez eus an dud-se. Met Pźr a lavaras: Den, ned on ket.

59  War-dro un eur goude, unan all a destenias o lavarout: A dra sur hemań a oa ivez gantań, rak Galileat eo.

60  Met Pźr a lavaras: Den, n'ouzon ket petra a lavarez. Ha kerkent, evel ma komze c'hoazh, ar c'hilhog a ganas.

61  An Aotrou, o vezań distroet, a sellas ouzh Pźr. Ha Pźr en doe sońj eus komz an Aotrou ha penaos en doa lavaret dezhań: A-raok ma kano ar c'hilhog, te az po va dinac'het teir gwech.

62  Pźr a yeas er-maez hag a ouelas gant c'hwervder.

63  An dud a zalc'he Jezuz a reas goap anezhań hag a skoas warnań.

64  O vezań e vouchet, e rojont taolioł-dorn d'e zremm o lavarout dezhań: Diougan! Piv eo an hini en deus skoet ganit?

65  Hag e lavarjont kalz a draoł a-enep dezhań o troukkomz en e enep.

66  Adalek ma voe deuet an deiz, kuzul henaourien ar bobl, ar veleien vras hag ar skribed en em zastumas. Hag e lakajont anezhań da zont dirak o sanedrin.

67  Lavarout a rejont: Mar d-out ar C'hrist, lavar deomp. Eń a respontas dezho: Mar en lavaran deoc'h, n'en kredot ket,

68  ha ma ran goulenn deoc'h ivez, ne respontot ket din ha ne'm lezot ket da vont.

69  Hiviziken Mab an den a vo azezet a-zehou da c'halloud Doue.

70  Lavarout a rejont holl: Te eo eta Mab Doue? Hag e respontas dezho: C'hwi henn lavar, rak bez' ez on.

71  Hag e lavarjont: Da betra hon eus c'hoazh ezhomm a desteni? Klevet hon eus hon-unan eus e c'henoł?

 

Pennad 23

Jezuz degaset dirak Pilat hag Herodez

1  An holl dud-se, o vezań savet, a zegasas anezhań da Bilat.

2  Hag en em lakajont d'e damall, o lavarout: Ni hon eus kavet an den-mań o tromplań ar vroad, o tifenn paeań ar gwir da Gezar hag oc’h en em lavarout e-unan Krist, ar roue.

3  Pilat a reas outań ar goulenn-mań: Ha bez' out roue ar Yuzevien? Eń a respontas dezhań: Te en lavar.

4  Pilat a lavaras d'ar veleien vras ha d'ar bobl: Ne gavan netra da damall en den-mań.

5  Met int a zalc'he o lavarout: Sevel a ra ar bobl, o kelenn dre holl Judea, o vezań henn graet adalek Galilea betek amań.

6  Pa glevas Pilat komz eus Galilea, e c'houlennas hag e oa Galileat an den-se.

7  O vezań gouezet e oa eus dalc'h Herodez, e kasas anezhań da Herodez a oa e Jeruzalem en deizioł-se.

8  Herodez, pa welas Jezuz, a voe laouen, rak pell e oa en doa c'hoant d'e welout abalamour m'en doa klevet lavarout kalz a draoł diwar e benn, hag e c'hortoze e welout oc'h ober ur mirakl bennak.

9  Ober a reas eta meur a c'houlenn outań, met ne respontas netra dezhań.

10  Ar veleien vras hag ar skribed a oa eno hag a damalle anezhań gwashań ma c'hellent.

11  Herodez gant tud e ward a zismegańsas anezhań hag, evit ober goap anezhań, e wiskas dezhań ur sae splann hag en kasas en-dro da Bilat.

12  En deiz-se Pilat hag Herodez a zeuas da vezań mignoned, rak a-raok e oant enebourien.

13  Pilat, o vezań dastumet ar veleien vras, mistri ar vro hag ar bobl, a lavaras dezho:

14  Degaset hoc'h eus din an den-se evel m'en dije savet ar bobl. Ha setu, goude bezań graet goulennoł outań dirazoc'h, ne'm eus ket e gavet kiriek da hini ebet eus an torfedoł a damallit dezhań.

15  Nag Herodez kennebeut rak ho kaset em eus d'e gavout, ha setu, n'en deus graet netra a vefe dellezek a varv.

16  Neuze, e gastizań a rin, hag e laoskin anezhań.

17  Ret e oa dezhań leuskel unan dezho e deiz ar gouel.

18  Hag e krijont holl a-unan: Laka hemań d'ar marv ha laosk deomp Barabbaz.

19  Hemań a oa bet lakaet er prizon evit un dispac'h c'hoarvezet e kźr hag evit ur muntr.

20  Pilat, c'hoant dezhań da leuskel Jezuz, a gomzas outo a-nevez.

21  Met int a grias: Ouzh ar groaz! Ouzh ar groaz!

22  Eń a lavaras dezho evit an trede gwech: Met peseurt droug en deus graet? Ne'm eus kavet ennań netra hag a vefe din a varv. Neuze, e gastizań a rin hag e laoskin anezhań.

23  Met int a gendalc'he, o c'houlenn gant kriadegoł bras ma vije staget ouzh ar groaz. Hag o c'hriadennoł ha re ar veleien vras a greske.

24  Pilat a varnas ober evel ma felle dezho.

25  Leuskel a reas dezho an hini a oa bet lakaet er prizon evit un dispac'h hag evit ur muntr, hag a oa an hini a c'houlennent, hag e tilezas Jezuz d'o bolontez.

Ar c'hroazstagadur

26  Evel ma kasent anezhań, e kemerjont un den anvet Simon a Siren, a zistroe eus ar parkeier, hag e lakajont anezhań da zougen ar groaz, war-lerc'h Jezuz.

27  Ur vandenn vras a bobl hag a wragez en heulie, en em c'hlac'hare hag a hirvoude diwar e benn.

28  Jezuz, o tistreiń etrezek enno, a lavaras: Merc'hed Jeruzalem, na ouelit ket diwar va fenn, met gouelit warnoc'h hoc'h-unan ha war ho pugale,

29  rak setu, deizioł a zeuio ma vo lavaret: Eürus ar merc'hed difrouezh, ar c'hofoł n'o deus ket ganet hag an divronn n'o deus ket maget!

30  Neuze en em lakaint da lavarout d'ar menezioł: Kouezhit warnomp! ha d'ar krec'hiennoł: Goloit ac'hanomp!

31  Rak ma reer an traoł-mań d'ar c'hoad glas, petra a vo graet d'ar c'hoad sec'h?

32  Hag e kased ivez daou dorfedour evit o lakaat da vervel gantań.

33  Pa voent deuet el lec'h anvet: ar C'hlopenn, e kroazstagjont anezhań eno hag an dorfedourien ivez, unan a-zehou hag egile a-gleiz.

34  Jezuz a lavaras: Tad, pardon dezho, rak n'ouzont ket ar pezh a reont. Neuze e lodennjont e zilhad ouzh o zeurel d'ar sord.

35  Ar bobl en em zalc'he eno hag a selle. Mistri ar vro a oa ivez ganto a rae goap anezhań, o lavarout: Saveteet en deus ar re all, ra en em saveteo e-unan mar d-eo ar C'hrist, an hini dibabet gant Doue!

36  Ar soudarded ivez a rae goap anezhań, o tostaat evit kinnig gwinegr dezhań

37  hag o lavarout: Mar d-out roue ar Yuzevien, en em savete da-unan!

38  Bez' e oa ar skrid-mań a-us d'e benn, skrivet e gresianeg, e latin hag en hebraeg: HEMAŃ EO ROUE AR YUZEVIEN.

39  Unan eus an dorfedourien a oa krouget a zismegańse anezhań, o lavarout: Mar d-out ar C'hrist, en em savete da-unan ha ni ivez!

40  Met egile, o krozal dezhań, a lavaras: Ha ne zoujez ket eta Doue, rak barnet out d'an hevelep poan?

41  Evidomp ez eo gant reizhder, rak e resevomp hervez hon oberoł, met hemań n'en deus graet droug ebet.

42  Hag e lavare da Jezuz: Aotrou, az pez sońj ac'hanon pa zeui ez rouantelezh.

43  Jezuz a lavaras dezhań: Me a lavar dit e gwirionez, hiziv e vi ganin er baradoz.

44  Bez' e oa war-dro ar c'hwec'hvet eur hag e voe teńvalijenn war an douar holl, betek an navet eur.

45  An heol a deńvalaas ha gouel an templ a rogas dre e greiz.

46  Jezuz, en ur grial a vouezh uhel, a lavaras: Tad, lakaat a ran va spered etre da zaouarn! O vezań lavaret kement-se, e varvas.

47  Ar c'hantener, o welout ar pezh a oa c'hoarvezet, a roas gloar da Zoue o lavarout: A dra sur, an den-mań a oa reizh.

48  Ar bobl holl a oa en em zastumet da welout ar pezh a c’hoarveze hag o welout kement-se, a yeas kuit en ur skeiń war boull o c'halon.

49  Ar re holl a anaveze anezhań hag ar gwragez o doa e heuliet adalek Galilea, en em zalc'he a-bell hag a selle ouzh an traoł-se.

Beziadur Jezuz

50  Bez' e oa ur c’huzuliad anvet Jozef, un den mat ha reizh,

51  n'en doa ket roet e ali d'o diviz na d'o oberoł. Dont a rae eus Arimatea, kźr eus ar Yuzevien, hag e c'hortoze ivez rouantelezh Doue.

52  O vezań deuet da gavout Pilat, e c'houlennas digantań korf Jezuz.

53  O vezań e ziskennet eus ar groaz, en goloas gant ul lienenn hag e lakaas anezhań en ur bez toullet er roc'h, e-lec'h ne oa bet c'hoazh lakaet den.

54  Deiz ar c'hempennadur e oa hag ar sabad a dostae.

55  Ar gwragez deuet eus Galilea gantań, o vezań heuliet Jozef, a welas ar bez ha penaos e oa lakaet e gorf e-barzh.

56  O vezań distroet, ec'h aozjont louzoł-frondus ha c'hwezhioł-mat, hag e tiskuizhjont d'an deiz sabad, hervez al lezenn.

 

Pennad 24

Jezuz adsavet a-douez ar re varv

1  Deiz kentań ar sizhun, e teujont mintin mat d'ar bez, o tegas ganto al louzoł-frondus o doa fichet. Ur re bennak o heulie.

2  Kavout a rejont e oa bet ruilhet ar maen a-zirak ar bez.

3  O vezań aet ennań, ne gavjont ket korf an Aotrou Jezuz.

4  Evel na ouient petra da sońjal war gement-se, setu, daou zen en em ziskouezas dezho gwisket gant dilhad lugernus.

5  Evel ma oant spontet ha ma plegent o fenn war-zu an douar, e lavarjont dezho: Perak e klaskit e-touez ar re varv an hini a zo bev?

6  N'emań ket amań, met adsavet eo a varv. Ho pet sońj penaos en doa komzet ouzhoc'h, pa oa c'hoazh e Galilea

7  o lavarout: Ret eo da Vab an den bezań lakaet etre daouarn ar bec'herien, ha bezań kroazstaget, hag adsevel a varv d'an trede deiz.

8  Hag e teuas sońj dezho eus e gomzoł.

9  O vezań distroet eus ar bez, e tisklźrjont an holl draoł-se d'an unnek ha d'an holl re all.

10  Mari a Vagdala, Janed, Mari mamm Jakez, hag ar re all a oa ganto, a oa ar re a lavaras an traoł-mań d'an ebestel.

11  Hag e kemerent ar pezh a lavarent evel ur sorc'henn ha n’o c’hredjont ket.

12  Hogen Pźr a savas hag a redas d'ar bez. O vezań pleget, ne welas nemet al lienennoł war an douar. Mont a reas kuit, souezhet ennań e-unan eus ar pezh a oa c'hoarvezet.

Jezuz en em ziskouez da zaou ziskibl war hent Emmaüz

13  Setu, daou anezho a yeas en deiz-se memes d'ur vourc'h anvet Emmaüz, war hed tri-ugent stadenn (~ 11 km) diouzh Jeruzalem.

14  Int a gomzas etrezo diwar-benn ar pezh a oa c'hoarvezet.

15  Evel ma komzent ha ma rezonent, Jezuz e-unan a dostaas hag en em lakaas da gerzhout ganto.

16  Met o daoulagad a oa dalc'het, en hevelep doare ma n'anavezent ket anezhań.

17  Eń a lavaras dezho: Petra eo ar c'homzoł-se a lavarit etrezoc'h en ur vont en hent, ha perak oc'h ken trist?

18  Unan anezho, anvet Kleopaz, a respontas dezhań: Te eo an diavaeziad hepken, e Jeruzalem, ha ne oar ket an traoł c'hoarvezet enni en deizioł-mań?

19  Eń a lavaras dezho: Petra? Int a respontas dezhań: Ar pezh a zo c'hoarvezet gant Jezuz a Nazared, ur profed galloudek en oberoł hag e komzoł dirak Doue ha dirak an holl bobl,

20  ha penaos ar veleien vras ha mistri hor bro o deus e zroukroet da vezań kondaonet d'ar marv, hag o deus e staget ouzh ar groaz.

21  Ni a espere e oa hennezh an hini a saveteje Israel. Ha koulskoude kement-se holl, setu an trede deiz ma'z eo c'hoarvezet an traoł-se.

22  Gwir eo koulskoude penaos gwragez bennak eus hon touez o deus hor gwall souezhet, rak o vezań aet d'ar bez mintin mat,

23  n'o deus ket kavet e gorf, hag ez int deuet o lavarout penaos aeled a zo en em ziskouezet dezho hag o deus lavaret ez eo bev.

24  Hiniennoł ac'hanomp a zo aet d'ar bez hag o deus kavet an traoł evel m'o doa lavaret ar gwragez, met eń, n'o deus ket e welet.

25  Hag e lavaras dezho: O tud hep skiant ha tud a galon gorrek da grediń kement en deus lavaret ar brofeded!

26  Ha ne oa ket ret d'ar C'hrist gouzańv an traoł-se ha mont en e c'hloar?

27  Hag e tisplegas dezho an holl Skriturioł a gomze diwar e benn adalek Moizez betek an holl brofeded.

28  Evel ma tostajont ouzh ar vourc'h e-lec'h ma'z aent, eń a reas van da vont pelloc'h.

29  Int a viras outań na d-aje, o lavarout: Chom ganeomp rak an noz a zeu hag an deiz a zo war e ziskenn. Antreal a reas evit chom ganto.

30  Evel ma oa ouzh taol ganto, e kemeras ar bara hag e trugarekaas. O vezań e dorret, e roas anezhań dezho.

31  O daoulagad a zigoras hag ec'h anavezjont anezhań, hag e tec'has a-zirak o daoulagad.

32  Hag e lavarjont an eil d'egile: Hor c'halon ha ne domme ket ennomp, pa gomze ouzhimp en hent ha pa zisklźrie deomp ar Skriturioł?

33  O sevel en eur-se memes, e tistrojont da Jeruzalem. Hag e kavjont an unnek hag ar re a oa ganto dastumet asambles,

34  o lavarout: An Aotrou e gwirionez a zo adsavet a varv, hag eo en em ziskouezet da Simon.

35  Int a gontas ar pezh a oa erruet ganto en hent ha penaos o doa e anavezet pa oa o terriń ar bara.

Jezuz en em ziskouez da ziskibien all

36  Evel ma komzent diwar-benn an traoł-se, Jezuz e-unan en em ziskouezas en o c'hreiz hag a lavaras dezho: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h!

37  Met, spontet ha spouronet, e kredjont gwelout ur spered.

38  Hag e lavaras dezho: Perak oc'h trubuilhet, ha perak e sav kement a sońjoł en ho kalonoł?

39  Sellit ouzh va daouarn hag ouzh va zreid, me va-unan eo. Stokit ennon ha sellit: ur spered n'en deus na kig na eskern evel ma welit em eus.

40  O lavarout kement-se, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e dreid.

41  Met en o levenez, ne gredent ket c'hoazh hag e oant souezhet; lavarout a reas dezho: Ha bez' hoc'h eus amań un dra bennak da zebriń?

42  Kinnig a rejont dezhań un tamm pesk rostet hag un derenn vel.

43  O vezań o c'hemeret, e tebras dirazo.

... ret eo ma vo prezeget ar geuzidigezh ha pardon ar pec'hedoł...

44  Hag e lavaras dezho: Setu ar pezh am eus lavaret deoc'h pa oan c'hoazh ganeoc'h: ret eo ma vefe peurc'hraet kement a zo skrivet diwar va fenn e lezenn Moizez, er brofeded hag er Salmoł.

45  Neuze e tigoras dezho o spered evit ma komprenfent ar Skriturioł,

46  hag e lavaras dezho: Evel-se eo skrivet, hag evel-se e oa ret d’ar C'hrist gouzańv ha sevel a-douez ar re varv d'an trede deiz.

47  Ha ret eo ma vo prezeget en e anv ar geuzidigezh ha pardon ar pec'hedoł e-touez an holl vroadoł, o vont da gentań dre Jeruzalem.

48  C'hwi eo an testoł eus an traoł-se.

49  Ha setu, ez an da gas deoc'h ar pezh en deus prometet va Zad. Met evidoc'h-c'hwi, chomit e kźr Jeruzalem ken ma viot gwisket gant ar galloud eus an nec'h.

Ar Bignidigezh

50  Degas a reas anezho er-maez betek Betania hag, o vezań savet e zaouarn, e vennigas anezho.

51  Hag e c'hoarvezas, pa oa ouzh o bennigań, ma pellaas diouto ha ma voe savet en neńv.

52  Int, goude bezań e azeulet, a zistroas da Jeruzalem gant levenez vras,

53  hag e oant dalc'hmat en templ, o veuliń hag o vennigań Doue. Amen.