AN AVIEL HERVEZ

MARK

 

Pennad 1

Prezegennoł Yann-Vadezour

1  Penn-kentań Aviel Jezuz-Krist, Mab Doue.

2  Hervez ar pezh a zo bet skrivet er brofeded: Setu, e kasan va c'hannad dirak da zremm da gempenn an hent dirazout,

3  mouezh an hini a gri el lec'h distro a lavar: Kempennit hent an Aotrou, grit eeun e wenodennoł,

4  Yann a zeuas o vadeziń el lec'h distro hag o prezeg badeziant ar geuzidigezh evit pardon ar pec'hedoł.

5  Holl vro Judea hag holl dud Jeruzalem a yae d'e gavout, hag e oant badezet gantań er stźr Jordan, oc'h anzav o fec'hedoł.

6  Yann a zouge ur sae a vlev kańval hag ur gouriz lźr en-dro d'e groazell. E voued a oa kilheien-raden ha mel gouez.

7  Hag e prezege, o lavarout: Dont a ra unan war va lerc'h, galloudusoc'h eo egedon, ha n'on ket dellezek, en ur blegań, da zieren korreenn e votoł.

8  Me am eus ho padezet en dour, met eń ho padezo er Spered-Santel.

Badeziant ha temptadur Jezuz

9  Erruout a reas, en amzer-se, ma teuas Jezuz eus Nazared e Galilea hag e voe badezet gant Yann er Jordan.

10  Kerkent, evel ma save eus an dour, e welas an neńvoł digor hag ar Spered-Santel, evel ur goulm, o tiskenn warnań.

11  Ur vouezh a zeuas eus an neńvoł, o lavarout: Te eo va Mab karet-mat, ennout em eus lakaet va holl levenez.

12  Ha raktal ar Spered a gasas Jezuz el lec'h distro.

13  Hag e voe el lec'h distro daou-ugent devezh, o vezań temptet gant Satan. Eno e oa gant al loened gouez hag an aeled a servije anezhań.

Jezuz en em laka da brezeg

14  Goude ma voe bet lakaet Yann er prizon, Jezuz a zeuas e Galilea, o prezeg Aviel rouantelezh Doue

15  hag o lavarout: An amzer a zo peurc'hraet ha rouantelezh Doue a zo tost. Ho pet keuz ha kredit en Aviel.

An diskibien gentań

16  Evel ma valee a-hed mor Galilea, e welas Simon hag Andrev e vreur, o teurel o roued er mor, rak pesketaerien e oant.

17  Jezuz a lavaras dezho: Deuit da'm heul hag e rin ac'hanoc'h pesketaerien dud.

18  Kerkent, o lezel o rouedoł, e heuilhjont anezhań.

19  Hag ac'hano, o vezań aet un tamm a-raokoc'h, e welas Jakez mab Zebedea ha Yann e vreur, a oa en ur vag ivez o fichań o rouedoł.

20  Raktal e c'halvas anezho. Hag int, o lezel Zebedea o zad er vag gant an devezhourien, a heulias anezhań.

Jezuz a gas ur spered hudur kuit

21  Mont a rejont e Kafarnaoum. O vezań da gentań aet er sinagogenn d'an deiz sabad, e kelennas enni.

22  Souezhet e oant gant e gelennadurezh, rak o deskiń a rae evel unan a oa galloud gantań ha nann evel ar skribed.

23  En em gavas er sinagogenn un den dalc'het gant ur spered hudur, hag a grias

24  o lavarout: Ah! Petra a zo etre te ha ni, Jezuz a Nazared? Ha deuet out evit hor c'holl? Gouzout a ran piv out: Sant Doue.

25  Jezuz a c'hourdrouzas anezhań o lavarout: Tav ha kae er-maez eus an den-se.

26  Neuze ar spered hudur en hejas start hag, o leuskel ur griadenn vras, a yeas kuit dioutań.

27  Souezhet bras e voent holl, en hevelep doare ma en em c'houlennent etrezo: Petra eo kement-mań? Petra eo ar gelennadurezh nevez-mań? Rak gant galloud e c'hourc'hemenn d'ar speredoł hudur zoken, hag e sentont outań.

28  Ar vrud anezhań en em skuilhas kerkent en holl vro en-dro da C'halilea.

Jezuz a yac'ha mamm-gaer Simon

29  Kerkent goude, o vezań aet er-maez eus ar sinagogenn, e teujont gant Jakez ha Yann e ti Simon hag Andrev.

30  Mamm-gaer Simon a oa war he gwele klańv gant an derzhienn, ha raktal e komzjont outań diwar he fenn.

31  Neuze e tostaas hag, en ur gemer he dorn, e lakaas anezhi da sevel. An derzhienn a yeas kuit diouzhtu diouti, hag hi a servijas anezho.

Jezuz a yac'ha klańvourien e-leizh

32  Diouzh an abardaez, pa voe kuzhet an heol, e tegasjont dezhań an holl dud klańv hag ar re a oa dalc'het gant diaouled.

33  Holl dud kźr a oa dastumet dirak an nor.

34  Hag e yac'haas kalz a dud klańv eus meur a gleńved hag e kasas kuit meur a ziaoul. Ne aotree ket dezho komz, dre ma anavezent anezhań.

Jezuz o pediń; Jezuz a yac'ha un den lovr

35  Da veure, evel ma oa c'hoazh gwall deńval, o vezań savet, ez eas er-maez hag e teuas en ul lec'h a-du. Hag e pedas eno.

36  Simon hag ar re a oa gantań a yeas d'e glask.

37  O vezań e gavet, e lavarjont dezhań: An holl a glask ac'hanout.

38  Eń a lavaras dezho: Deomp d'ar bourc'hioł tro-war-dro, evit ma prezegin ivez eno, rak evit-se eo ez on deuet.

39  Hag e prezege en o sinagogennoł dre an holl C'halilea hag e kase kuit an diaouled.

40  Un den lovr a zeuas d'e gavout, en em daolas war e zaoulin, en pedas hag a lavaras dezhań: Mar fell dit, e c'hellez va glanaat.

41  Jezuz, o kaout truez outań, a astennas e zorn, en stokas hag a lavaras dezhań: Fellout a ra din, bez glanaet.

42  Adalek m'en doe lavaret-se, al lorgnez a guitaas an den-mań hag e voe glanaet.

43  Jezuz a gasas anezhań kuit raktal, gant gourc'hemennoł start,

44  o lavarout dezhań: Diwall da lavarout netra da zen, met kae d'en em ziskouez d'ar beleg ha kinnig evit da c'hlanidigezh ar pezh gourc'hemennet gant Moizez, evit ma servijo kement-se da desteni dezho.

45  Met an den-mań, o vezań aet kuit, en em lakaas da zisklźriań uhel an dra ha da skuilhań ar vrud a gement-se, en hevelep doare ma ne c'helle mui Jezuz mont e kźr dirak an holl. Met en em zalc'he er-maez e lec'hioł a-du, hag a bep tu e teued d'e gavout.

 

Pennad 2

Jezuz a yac'ha un den seizet

1  Un nebeud devezhioł goude, Jezuz a zistroas da Gafarnaoum hag e voe klevet e oa en ti.

2  Kerkent en em zastumas kement a dud eno, en doare na oa ket a lec'h a-walc'h dirak an nor evit o derc'hel. Eń a brezege dezho ar ger.

3  Dont a reas d'e gavout tud o tegas un den seizet, douget gant pevar den.

4  Evel na c'hellent ket tostaat ouzh an nor abalamour d'an dud niverus, e tistojont an ti ma oa ennań hag, o vezań graet un toull, e tiskennjont ar gwele ma oa gourvezet an den seizet warnań.

5  Jezuz, o welout o feiz, a lavaras d'an den seizet: Mab, da bec'hedoł a zo pardonet dit.

6  Ur re eus ar skribed azezet eno a sońje en o c'halonoł:

7  Perak e lavar hemań gwallgomzoł evel-se? Piv a c'hell pardoniń ar pec'hedoł, nemet Doue hepken?

8  Jezuz, o vezań anavezet raktal en e spered e lavarent evel-se enno o-unan, a lavaras dezho: Perak hoc'h eus ar sońjoł-se en ho kalonoł?

9  Petra eo an aesoc'h, lavarout d'an den seizet-mań: Da bec'hedoł a zo pardonet dit, pe lavarout: Sav, kemer da wele ha kerzh?

10  Met evit ma ouiot penaos Mab an den en deus war an douar ar galloud da bardoniń ar pec'hedoł, e lavaras d'an den seizet:

11  Me a lavar dit, sav, kemer da wele ha kae da'z ti.

12  Kerkent e savas hag, o vezań kemeret e wele, ez eas er-maez dirak an holl, en hevelep doare ma oant holl souezhet ha ma roent gloar da Zoue, o lavarout: Biskoazh n'hon eus gwelet kemend-all.

Jezuz a c'halv Levi

13  Eń a zistroas war-zu ar mor. An holl bobl a zeuas d'e gavout hag eń o c'helennas.

14  En ur dremen, e welas Levi mab Alfe, azezet e ti ar gwirioł, hag e lavaras dezhań: Heuilh ac'hanon. Sevel a reas hag en heulias.

15  Jezuz o vezań ouzh taol e ti an den-mań, kalz a bublikaned hag a dud a vuhez fall en em lakaas ivez ouzh taol gantań ha gant e ziskibien, rak kalz e oant hag heuliet o doa anezhań.

16  Ar skribed hag ar farizianed, o welout penaos e tebre gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall, a lavaras d'e ziskibien: Perak e tebr hag ec'h ev gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall?

17  Jezuz, o vezań klevet-se a lavaras dezho: N'eo ket ar re a zo yac'h o deus ezhomm a vedisin, met ar re a zo klańv. N'on ket deuet evit gervel ar re reizh d'ar geuzidigezh, met ar bec'herien.

Ar yun

18  Diskibien Yann ha re ar farizianed a yune, hag e teujont hag e lavarjont dezhań: A-belec'h e teu ma yun diskibien Yann ha re ar farizianed, ha da ziskibien-te ne yunont ket?

19  Jezuz a lavaras dezho: Mignoned ar pried, ha gallout a reont yunań e-pad ma'z emań ar pried ganto? E-pad an holl amzer ma'z emań ar pried ganto, ne c'hellont ket yunań.

20  Met deizioł a zeuio ma vo lamet ar pried diganto, hag en deizioł-se e yunint.

21  Den ne wri un tamm mezher nevez ouzh un dilhad kozh, pe an tamm nevez a ziframmfe an hini kozh hag ar rog a vefe brasoc'h.

22  Den kennebeut ne lak gwin nevez e seier-lźr kozh, rak ar gwin nevez a dorrfe ar seier, ar gwin en em skuilhfe hag ar seier-lźr a vefe kollet. Met ar gwin nevez a dle bezań lakaet e seier nevez.

Jezuz, mestr ar sabad

23  C'hoarvezout a reas ma tremenas dre barkeier ed un deiz sabad. E ziskibien, en ur vale, en em lakaas da ziframmań tańvouezennoł.

24  Ar farizianed a lavaras dezhań: Setu, perak e reont ar pezh n'eo ket aotreet ober e-pad ar sabad?

25  Eń a lavaras dezho: Ha n'hoc'h eus ket biskoazh lennet ar pezh a reas David p'en doa ezhomm ha p'en doa naon, eń hag ar re a oa gantań,

26  penaos ez eas e ti Doue, en amzer Abiazar ar beleg-meur, hag e tebras baraoł a ginnig, petra bennak na c'helle o debriń nemet ar veleien hepken, hag e roas lod ivez d'ar re a oa gantań?

27  Hag e lavaras dezho: Ar sabad a zo bet graet evit an den ha nann an den evit ar sabad.

28  Dre-se Mab an den a zo mestr zoken war ar sabad.

 

Pennad 3

Jezuz a yac'ha un den disec'het e zorn

1  Mont a reas ur wech all er sinagogenn, hag e oa eno un den en doa un dorn disec'het.

2  Hag ec'h eveshaent outań da welout hag eń a yac'hafe anezhań d'an deiz sabad, evit e damall.

3  Hag e lavaras d'an den en doa an dorn disec'het: En em zalc'h aze er c'hreiz.

4  Lavarout a reas dezho: Hag aotreet eo ober vad pe droug, d'an deiz sabad, saveteiń un den pe e lezel da goll? Hag int a davas.

5  Neuze, o sellout gant fae ouzh ar re a oa en-dro dezhań hag o vezań glac'haret eus kaleter o c'halon, e lavaras d'an den-se: Astenn da zorn. Astenn a reas anezhań hag e teuas yac'h evel egile.

6  Ar farizianed, o vezań aet er-maez, a zalc'has raktal kuzul gant an herodianed a-enep dezhań evit e lakaat da vervel.

Jezuz a yac'ha klańvourien e-leizh

7  Jezuz en em dennas gant e ziskibien war-zu ar mor, hag ul lod bras a dud a heulias anezhań eus Galilea, eus Judea,

8  eus Jeruzalem, eus Idumea hag eus an tu all d'ar Jordan. Hag ar re a oa diwar-dro Tir ha Sidon, o vezań klevet komz eus an traoł bras a reas, a zeuas e niver bras war-zu ennań.

9  Eń a lavaras d'e ziskibien derc'hel prest ur vag dezhań, abalamour d'ar bobl vras-se, gant aon na vije re wasket ganto.

10  Rak en doa yac'haet kalz anezho, en hevelep doare m'en em daole warnań kement en doa ur c'hleńved evit stekiń outań.

11  Pa en gwele an speredoł hudur, e taoulinent dirazań hag e krient: Te eo Mab Doue!

12  Met eń a c'hourc'hemenne start dezho n'en zisklźrjent ket.

Dibab an Daouzek

13  Pignat a reas war ur menez hag e c'halvas ar re a felle dezhań. Dont a rejont d'e gavout.

14  Lakaat a reas daouzek anezho da vezań gantań, evit o c'has da brezeg,

15  gant ar galloud da yac'haat ar re glańv ha da gas kuit an diaouled.

16  Bez' e oant: Simon ma roas an anv a Bźr dezhań;

17  Jakez mab Zebedea, ha Yann breur Jakez, ma roas an anv a Voanergez dezho, da lavarout eo mibien ar c'hurun;

18  Andrev; Filip; Bartolome; Mazhev; Tomaz; Jakez mab Alfe; Tadde; Simon ar C'hananead;

19  Judaz Iskariod, an hini en droukroas. Neuze e tistrojont d'an ti.

20  Ar bobl en em zastumas a-nevez, en hevelep doare ma ne c'hellent ket zoken kemer o fred.

Ar gwallgomzoł a-enep ar Spered-Santel

21  E vignoned o vezań klevet kement-se, a yeas evit e gemer, rak lavarout a raent: Diskiantet eo.

22  Hag ar skribed diskennet eus Jeruzalem, a lavaras: Dalc'het eo gant Beelzebul. Kas a ra kuit an diaouled dre brińs an diaouled.

23  Jezuz, o vezań o galvet, a lavaras dezho dre barabolennoł: Penaos e c'hell Satan kas Satan kuit?

24  Mar d-eo ur rouantelezh a-enep dezhi hec'h-unan, ne c'hell ket ar rouantelezh-se padout,

25  ha mar d-eo un ti a-enep dezhań e-unan, ne c'hell ket an ti-se padout.

26  Mar sav eta Satan a-enep dezhań e-unan ha mar d-eo dizunvan, ne c'hell ket padout, met e ziwezh eo.

27  Den ne c'hell mont e ti un den kreńv ha preizhań e vadoł, nemet da gentań en defe ereet an den kreńv-se. Neuze e preizho e di.

28  Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos pep pec'hed a vo pardonet da vugale an dud kenkoulz hag ar gwallgomzoł m'o devo touet drezo,

29  met piv bennak en devo gwallgomzet a-enep ar Spered-Santel n'en devo biken a bardon, met dalc'het e vo dindan ur varn peurbadus.

30  Kement-se, abalamour ma lavarent: Dalc'het eo gant ur spered hudur.

Mamm ha breudeur Jezuz

31  E vreudeur hag e vamm a erruas hag, oc'h en em zerc'hel er-maez, e kasjont d'e c'hervel.

32  Ar bobl a oa azezet en-dro dezhań hag e voe lavaret dezhań: Setu, da vamm ha da vreudeur a zo er-maez o c'houlenn ac'hanout.

33  Met eń a respontas: Piv eo va mamm, piv eo va breudeur?

34  Hag o teurel e zaoulagad war ar re a oa azezet en-dro dezhań, e lavaras: Setu va mamm ha va breudeur.

35  Rak piv bennak a ra bolontez Doue, hennezh eo va breur ha va c'hoar ha va mamm.

 

Pennad 4

Parabolenn an hader

1  Jezuz en em lakaas c'hoazh da gelenn e-tal ar mor. Ur bobl vras o vezań en em zastumet en e gichen, e pignas en ur vag hag ec'h azezas enni. An holl bobl a oa war an douar e-tal ar mor.

2  Deskiń a reas dezho kalz a draoł dre barabolennoł hag e lavaras dezho en e gelennadurezh:

3  Selaouit. Setu, un hader a yeas er-maez da hadań

4  Evel ma hade, ul lodenn eus an had a gouezhas a-hed an hent, hag al laboused an neńv a zeuas hag he debras holl.

5  Ul lodenn all a gouezhas war ul lec'h meinek e-lec'h ma oa nebeut a zouar, kerkent e savas rak ne oa ket aet don en douar,

6  met pa zeuas an heol, e voe devet, ha dre ma ne oa ket a wrizienn, e sec'has.

7  Ul lodenn all a gouezhas e-touez ar spern, hag ar spern a greskas hag he mougas, ha ne roas ket a frouezh.

8  Ul lodenn all a gouezhas en douar mat, hag e roas frouezh o sevel hag o kreskiń, en hevelep doare ma roas ur c'hreunenn tregont, unan all tri-ugent, unan all kant.

9  Hag e lavaras dezho: Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.

10  Pa voe e-unan, ar re a oa en-dro dezhań gant an daouzek a c'houlennas digantań diwar-benn ar barabolenn-se.

11  Eń a lavaras dezho: Roet eo deoc'h da anavezout mister rouantelezh Doue, met evit ar re a-ziavaez pep tra a zo lavaret dre barabolennoł,

12  evit o welout e welont ha n'anavezont ket, hag o klevout e klevont ha ne gomprenont ket, en aon na zistrofent ha na vefe pardonet dezho o fec'hedoł.

13  Lavarout a reas dezho: Ha ne gomprenit ket ar barabolenn-se? Ha penaos neuze e komprenot an holl barabolennoł?

14  An hader a had ar ger.

15  Ar re a zo a-hed an hent, eo ar re ma'z eo hadet ar ger ennań, met kerkent m'o deus e glevet, e teu Satan hag a zilam ar ger a oa bet hadet en o c'halonoł.

16  En hevelep doare, ar re a zegemer an had el lec'hioł meinek, eo ar re a glev ar ger hag e zegemer kerkent gant levenez,

17  met n'o deus ket a wrizienn enno o-unan, ne badont ket pell ha, pa zeu ur glac'har pe un heskinerezh abalamour d'ar ger, e kavont kerkent un abeg da gouezhań.

18  Ar re a zegemer an had e-touez an drein, eo ar re a selaou ar ger,

19  met prederioł ar bed-mań, tromplerezh ar pinvidigezhioł ha c'hoantoł a bep seurt evit an traoł all o tont warno a voug ar ger hag e teu da vezań difrouezh.

20  Ar re o deus degemeret an had en un douar mat, eo ar re a selaou ar ger, en degemer hag a zoug frouezh, ur c'hreunenn tregont, unan all tri-ugent, unan all kant.

Parabolennoł all; an had; ar c'hreunenn sezo

21  Hag e lavaras dezho: Ha degas a reer ul lamp evit e lakaat dindan ur boezell pe dindan ur gwele? N'eo ket evit e lakaat war ur c'hantolor?

22  Rak n'eus netra kuzhet na dle bezań disklźriet, ha n'eus netra goloet na dle bezań lakaet war-wel.

23  Mar en deus unan bennak divskouarn da glevout, ra selaouo.

24  Hag e lavaras dezho: Lakait evezh ouzh ar pezh a glevit. Muzuliet e vo deoc'h gant an hevelep muzul ma vuzuilhit d'ar re all, ha c'hoazh e vo roet ouzhpenn deoc'h-c'hwi a selaou.

25  Rak roet e vo d'an neb en deus, met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantań zoken ar pezh en deus.

26  Hag e lavaras: Bez' emań diwar-benn rouantelezh Doue evel pa daol un den had en douar,

27  pe e kousk, pe e sav, noz pe deiz, an had a ziwan hag a gresk hep ma oar penaos.

28  Rak an douar a ro anezhań e-unan, da gentań ar geot, goude an dańvouezenn, hag ar c'hreunenn en dańvouezenn.

29  Ha pa vez darev ar frouezh, e lakaer raktal ar falz ennań dre ma'z eo prest an eost.

30  Hag e lavaras: Ouzh petra e hańvalin rouantelezh Doue? Pe dre beseurt parabolenn he diskouezimp?

31  Heńvel eo ouzh ur c'hreunenn sezo; pa he hader en douar, ez eo ar bihanań eus holl hadoł an douar.

32  Met goude ma vez hadet, e sav, e teu brasoc'h eget al louzoł all hag e taol brankoł, en hevelep doare ma c'hell laboused an neńv chom dindan he skeud.

33  Disklźriań a reas dezho ger Doue dre galz a barabolennoł en doare-mań, hervez ma c'hellent e glevout.

34  Ne gomze ket outo hep parabolenn; met, a-du, e tisplege pep tra d'e ziskibien.

Ar barrad gwallamzer sioulaet gant Jezuz

35  En deiz-se, pa voe deuet an noz, e lavaras dezho: Tremenomp en tu all.

36  Ha goude bezań kaset kuit ar bobl, e tegasjont Jezuz er vag m'edo enni. Bez' e oa ivez bagoł bihan all ouzh e ambroug.

37  Neuze e savas un taol-avel bras hag ar c'hoummoł-mor a yeas er vag, en hevelep doare ma leunie.

38  Hag eń a oa e diadreńv ar vag, kousket war ur blueg. Dihuniń a rejont anezhań o lavarout: Mestr, ha ne rez ket van ebet ouzh hor gwelout o vont da goll?

39  O vezań dihunet, e c'hourdrouzas d'an avelioł hag e lavaras d'ar mor: Tav! Bez sioul! An avel a davas hag e voe ur sioulder bras.

40  Neuze e lavaras dezho: Perak hoc'h eus aon? Penaos n'hoc'h eus ket a feiz?

41  Hag o doe un aon bras hag e lavarjont an eil d'egile: Piv eta eo hemań, ma sent zoken an avel hag ar mor outań?

 

Pennad 5

Jezuz a yac'ha ur Gadareniad dalc'het gant diaouled

1  Erruout a rejont en tu all d'ar mor, e bro ar C'hadareniz.

2  Kerkent ha ma tiskennas eus ar vag, un den dalc'het gant ur spered hudur a zeuas eus ar bezioł d'e gavout.

3  Chom a rae er bezioł ha den ne c'helle e zerc'hel ereet, gant chadennoł zoken.

4  Rak alies, o kaout an hern ouzh e dreid hag o vezań bet ereet gant chadennoł, en doa torret ar chadennoł ha friket an hern, ha den ne c'helle e zońvaat.

5  Chom a rae dalc'hmat, noz ha deiz, war ar menezioł hag er bezioł, o krial hag oc'h en em vlońsań gant mein.

6  P'en doe gwelet Jezuz a-bell, e teredas, e taoulinas dirazań

7  hag e lavaras o krial a vouezh uhel: Petra a zo etre te ha me, Jezuz, Mab an Doue Uhel-Meurbet? Da bediń a ran dre anv Doue, na boagn ket ac'hanon.

8  Rak e lavare dezhań: Spered hudur, kae eus an den-se!

9  Jezuz a c'houlennas digantań: Pe anv ac'h eus? Eń a respontas: Va anv a zo Lejion, rak kalz omp.

10  Hag e pedas start anezhań na gasje ket anezho er-maez eus ar vro-se.

11  Bez' e oa eno, war ar menezioł, ur vandenn vras a voc'h o peuriń.

12  Hag an holl ziaouled en pedas o lavarout: Kas ac'hanomp er moc'h-se, evit ma'z aimp enno.

13  Raktal Jezuz o lezas da vont. Hag ar speredoł hudur-mań, o vezań aet er-maez, a yeas er moc'h hag ar vandenn en em daolas war red eus al lec'h uhel-se er mor, hag e oant beuzet er mor. Bez' e oa anezho war-dro daou vil.

14  Ar re a vesae ar moc'h a dec'has kuit da lavarout kement-se e kźr ha war ar maez. An dud a zeuas da welout ar pezh a oa erruet.

15  Dont a rejont da gavout Jezuz hag e weljont an hini a oa bet dalc'het gant an diaouled, an hini a oa bet dalc'het gant al lejion, azezet, gwisket hag en e skiant vat. Hag o doe aon.

16  Ar re o doa gwelet kement-se a lavaras dezho ar pezh a oa c'hoarvezet gant an hini a oa dalc'het gant an diaouled, ha gant ar moc'h.

17  Neuze en em lakajont d'e bediń da bellaat diouzh o bro.

18  Pa oa aet er vag, an hini a oa bet dalc'het gant an diaouled en pedas d'e lezel da vont gantań.

19  Met Jezuz n'en lezas ket hag a lavaras dezhań: Kae da'z ti, etrezek da dud, ha lavar dezho an traoł bras en deus graet an Aotrou dit ha penaos en deus bet truez ouzhit.

20  Eń a yeas kuit hag en em lakaas da embann e Dekapoliz an traoł bras en doa graet Jezuz evitań, hag e oant holl souezhet bras.

Jezuz a adsav a varv merc'h Jairuz hag a yac'ha ar wreg gant an diwadań

21  Jezuz o vezań adarre treuzet ar mor er vag hag aet d'an tu all, ur bobl vras en em zastumas en-dro dezhań. Tost d'ar mor e oa.

22  Setu, unan eus pennoł ar sinagogenn, anvet Jairuz, a zeuas, hag o vezań e welet, en em daolas d'e dreid

23  hag a bedas start anezhań, o lavarout: Va merc'h vihan a zo prest da vervel, deus da lakaat da zaouarn warni evit ma vo yac'haet, hag e vevo.

24  Mont a reas gantań. Ur bobl vras a yeas war e lerc'h hag a waskas anezhań.

25  Bez' e oa ur wreg klańv gant an diwadań daouzek vloaz a oa.

26  Gouzańvet he doa kalz a boan etre daouarn ar vedisined ha dispignet he doa he holl vadoł hep bezań resevet diboan ebet, met aet e oa kentoc'h war gwashaat.

27  O vezań klevet komz eus Jezuz, e teuas e-touez ar bobl dre ziadreńv hag e stokas ouzh e zilhad.

28  Rak hi a lavare: Mar gellan hepken stekiń ouzh e zilhad, e vin yac'haet.

29  Raktal he diwadań a baouezas, hag e santas en he c'horf e oa yac'haet eus he foan.

30  Kerkent Jezuz, oc'h anavezout ennań e-unan ar galloud a oa aet er-maez anezhań, en em droas e-kreiz ar bobl, o lavarout: Piv en deus stoket ouzh va dilhad?

31  E ziskibien a lavaras dezhań: Te a wel e wask ar bobl ac'hanout, hag e lavarez: Piv en deus stoket ouzhin?

32  Hag e selle en-dro evit gwelout piv en doa graet-se.

33  Ar wreg, spontet hag en ur grenań, o c'houzout ar pezh a oa bet graet enni, a zeuas, en em daolas d'e dreid hag a lavaras dezhań an holl wirionez.

34  Lavarout a reas dezhi: Merc'h, da feiz he deus da yac'haet, kae e peoc'h ha bez dizereet eus da gleńved.

35  Evel ma komze c'hoazh, tud eus ti penn ar sinagogenn a zeuas da lavarout dezhań: Da verc'h a zo marv, na dregas ket ken ar Mestr.

36  Kerkent ha m'en doe Jezuz klevet kement-se, e lavaras da benn ar sinagogenn: Na'z pez ket aon, kred hepken.

37  Ha ne lezas den da heuliań anezhań, nemet Pźr, Jakez ha Yann breur Jakez.

38  O vezań erruet e ti penn ar sinagogenn, e welas e raed ennań un drouz vras ha tud a ouele hag a laoske kriadennoł kreńv.

39  O vezań aet e-barzh, e lavaras dezho: Perak e rit an drouz-se ha perak e ouelit? Ar bugel n'eo ket marv, met kousket a ra.

40  Int a reas goap anezhań. Met eń, o vezań graet dezho holl mont er-maez, a gemeras tad ha mamm ar bugel, hag ar re a oa gantań, hag ez eas el lec'h ma oa gourvezet.

41  O kemer he dorn, e lavaras dezhi: Talita koumi, da lavarout eo: Plac'h yaouank, me a lavar dit, sav.

42  Kerkent ar plac'h yaouank a savas hag en em lakaas da gerzhout, rak oadet e oa a zaouzek vloaz. Hag e voent souezhet-meurbet.

43  Hag ec'h urzhias start dezho na lavarjent kement-se da zen, hag e c'hourc'hemennas reiń dezhi da zebriń.

 

Pennad 6

Jezuz en e vammvro

1  Jezuz, o vezań aet ac'hano, a zeuas en e vro hag e ziskibien a heulias anezhań.

2  Pa zeuas ar sabad, en em lakaas da gelenn er sinagogenn. Kalz eus ar re en kleve a voe souezhet hag a lavaras: A-belec'h e teu an traoł-se d'an den-mań? Petra eo ar furnez-se a zo bet roet dezhań hag ar mirakloł bras en em ra dre e zaouarn?

3  Ha n'eo ket eń ar c'halvez, mab Mari, breur Jakez, Jozez, Jud ha Simon? E c'hoarezed, ha n'emaint ket amań en hon touez? Hag e kavent tamall ennań.

4  Jezuz a lavaras dezho: Ur profed a zo enoret, nemet en e vro e-unan, e-touez e gerent e-unan hag ar re eus e di e-unan.

5  Ne c'hellas ober eno mirakl ebet, nemet e yac'haas un nebeud tud klańv en ur lakaat e zaouarn warno.

6  Souezhet e voe eus o diskredoni. Hag ez eas dre ar bourc'hioł tro-war-dro, en ur gelenn.

An Daouzek kaset e mision

7  Gervel a reas an daouzek hag en em lakaas d'o c'has daou ha daou, en ur reiń dezho ar galloud war ar speredoł hudur.

8  Gourc'hemenn a reas dezho na gemerjent netra evit an hent nemet ur vazh, na sac'h, na bara, na moneiz er c'houriz,

9  met sandalennoł en o zreid ha na zougjent ket daou wiskamant.

10  Hag e lavaras dezho: En ti bennak ma'c'h antreot, chomit eno betek ma'z eot kuit eus al lec'h-se.

11  P'en em gavo tud n'ho tegemerint ket ha n'ho selaouint ket, pa'z eot kuit ac'hano, hejit ar poultr eus ho treid e testeni a-enep dezho. Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos e vo dousoc'h da Sodom ha da C'homora e deiz ar varn eget d'ar gźr-se.

12  O vezań aet, e prezegjont d'an dud kaout keuz.

13  Kas a rejont kuit kalz a ziaouled hag ec'h olevjont gant eoul kalz a dud glańv hag e yac'hajont anezho.

Yann-Vadezour drouklazhet

14  Ar roue Herodez a glevas komz anezhań, rak e anv a oa brudet bras. Lavarout a reas: Yann-Vadezour a zo adsavet a-douez ar re varv, ha setu perak en em ra kalz a virakloł drezań.

15  Re all a lavare: Elia eo; ha re all a lavare: Ur profed eo, pe evel unan eus ar brofeded.

16  Met Herodez, o klevout kement-se, a lavaras: Yann eo, an hini am eus graet dibennań, adsavet eo a-douez ar re varv.

17  Rak Herodez e-unan en doa kaset da gemer Yann hag en doa graet e eren er prizon abalamour da Herodiaz, gwreg Filip e vreur, dre m'en doa he dimezet,

18  ha Yann a lavare da Herodez: N'eo ket aotreet dit kaout gwreg da vreur.

19  Herodiaz he doa droug outań hag a c'hoantae e lakaat d'ar marv. Met ne c'helle ket,

20  rak Herodez a zouje Yann, oc'h anavezout penaos e oa un den reizh ha santel. Prederius e oa en e geńver, ober a rae zoken kalz a draoł eus e alioł hag en selaoue gant plijadur.

21  Met un devezh a-vat a zeuas. Herodez, evit deiz e c'hanedigezh, a roas ur fest da re vras e lez, da vistri e arme, ha da re vras Galilea.

22  Merc'h Herodiaz, o vezań deuet, a zańsas, hag a blijas da Herodez ha d'ar re a oa azezet gantań. Ar roue a lavaras d'ar plac'h yaouank: Goulenn diganin ar pezh a gari hag en roin dit.

23  Ha gant le e lavaras: Kement a c'houlenni a roin dit, betek an hanter eus va rouantelezh.

24  O vezań aet er-maez, hi a lavaras d'he mamm: Petra a c'houlennin? Hag e lavaras: Penn Yann-Vadezour.

25  O vezań deuet buan da gavout ar roue, e reas he goulenn hag e lavaras: C'hoantaat a ran e rofes bremań din, war ur plad, penn Yann-Vadezour.

26  Ar roue a voe glac'haret bras, met, abalamour d'e le ha d'ar re a oa azezet gantań, ne fellas ket dezhań nac'hań outi.

27  Raktal e kasas unan eus e warded hag e c'hourc'hemennas dezhań degas penn Yann. Ar gward a yeas hag a droc'has e benn er prizon,

28  hag en degasas war ur plad. E reiń a reas d'ar plac'h yaouank, hag ar plac'h yaouank en roas d'he mamm.

29  E zskibien o vezań klevet kement-se, a zeuas, a gemeras e gorf hag a lakaas anezhań en ur bez.

Pemp mil den maget gant Jezuz (Kentań kreskadur ar bara)

30  An ebestel a zeuas da gavout Jezuz hag a lavarjont dezhań kement o doa graet ha kement o doa kelennet.

31  Eń a lavaras dezho: Deuit a-du en ul lec'h diamezeg ha diskuizhit un nebeudig. Rak kement a dud a yae hag a zeue ken n'o doe ket amzer zoken da zebriń.

32  Mont a rejont eta en ur vag, a-du en ul lec'h diamezeg.

33  Met ar bobl a welas anezho o vont kuit ha kalz en anavezas. O redek war droad eus an holl gźrioł, ec'h errujont a-raok dezho hag e teujont asambles en e arbenn.

34  Jezuz, o vezań aet, a welas ul lod bras a dud hag en doe truez outo, abalamour ma oant evel deńved hep mesaer, hag en em lakaas da zeskiń dezho meur a dra.

35  Evel ma oa dija diwezhat, e ziskibien a dostaas outań hag a lavaras: Al lec'h-mań a zo distro ha diwezhat eo,

36  kas anezho kuit, evit ma'z aint er c'hźriołigoł hag er bourc'hioł tro-war-dro ha ma prenint bara, rak n'o deus netra da zebriń.

37  Eń a lavaras dezho: Roit hoc'h-unan da zebriń dezho. Hag e respontjont dezhań: Mont a rafemp da brenań evit daou c'hant diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g) a vara, evit reiń dezho da zebriń?

38  Eń a lavaras dezho: Pet bara hoc'h eus? It ha sellit. P'o doe gwelet, e lavarjont: Pemp, ha daou besk.

39  Neuze e c'hourc'hemennas dezho lakaat an holl da azezań, a vandennoł, war ar geot glas.

40  Hag ec'h azezjont a renkoł dre gantadoł ha dre hanter-kantadoł.

41  Jezuz a gemeras ar pemp bara hag an daou besk hag, o sevel e zaoulagad etrezek an neńv, e vennigas, e torras ar baraoł hag o roas d'e ziskibien, evit m'o rojent d'ar bobl. Lodennań a reas ivez an daou besk kenetrezo holl.

42  Debriń a rejont holl hag o doa a-walc'h.

43  Hag e kasjont ganto daouzek panerad leun eus an tammoł bara hag eus ar pesked.

44  Ar re o doa debret eus ar baraoł-se a oa war-dro pemp mil den.

Jezuz a gerzh war an dour

45  Kerkent goude, e lakaas e ziskibien da vont er vag ha d'e ziaraogiń en tu all, etrezek Betsaida, e-pad ma kasje ar bobl en o hent.

46  P'en doe o c'haset kuit, e pignas war ar menez evit pediń.

47  An abardaez o vezań deuet, ar vag a oa e-kreiz ar mor, hag eń a oa e-unan war an douar.

48  Gwelout a reas o doa kalz a boan o roeńvat rak an avel a oa en o enep. War-dro ar bedervet beilhadenn eus an noz, e teuas d'o c'havout o kerzhout war ar mor, ha c'hoant en doa d'o diaraogiń.

49  Pa weljont anezhań o kerzhout war ar mor, e kredjont e oa un teuz hag e krijont,

50  rak holl e weljont anezhań hag e voent spontet. Met kerkent e komzas outo hag e lavaras dezho: Ho pet fiziańs, me eo, n'ho pet ket aon.

51  Pignat a reas ganto er vag hag an avel a baouezas. Souezhet-meurbet e voent enno o-unan ha leuniet a estlamm,

52  rak n'o doa ket komprenet mirakl ar baraoł, dre ma oa o c'halonoł kaledet.

Jezuz a yac'ha tud klańv

53  P'o doe treuzet ar mor, e teujont da vro C'henezared hag e touarjont eno.

54  Pa voent aet er-maez eus ar vag, an dud en anavezas raktal.

55  Hag e redjont dre an holl vro tro-war-dro hag en em lakajont da zougen war gweleoł ar re a oa klańv, e kement lec'h ma klevent e oa.

56  E pelec'h bennak ma'z ae, er bourc'hioł pe er c'hźrioł pe war ar maez, e lakaent an dud klańv war al leurgźrioł hag e pedent anezhań d'o lezel da vihanań da stekiń ouzh bord e sae. Hag ar re holl a stoke outań a oa yac'haet.

 

Pennad 7

Ar farizianed hag an hengoun

1  Ar farizianed, gant lod eus ar skribed deuet eus Jeruzalem, a yeas da gavout anezhań.

2  Gwelout a rejont ur re bennak eus e ziskibien o kemer o fred gant daouarn lous, da lavarout eo hep bezań o gwalc'het, hag e kavjont da damall.

3  Rak ar farizianed hag an holl Yuzevien ne zebront ket hep bezań gwalc'het o daouarn betek an ilin, o terc'hel hengoun ar re gozh,

4  ha pa zeuont eus ar marc'had, ne zebront ket kennebeut hep bezań en em walc'het. Ha kalz a draoł all a zo ivez o deus resevet evit o mirout, evel gwalc'hiń an hanafoł, ar podoł, al listri-arem hag ar gweleoł.

5  Neuze ar farizianed hag ar skribed a c'houlennas outań: A-belec'h e teu ma ne heuilh ket da ziskibien hengoun ar re gozh ha ma kemeront o fred hep gwalc'hiń o daouarn?

6  Eń a respontas dezho: Pilpouzed, Izaia en deus profedet mat diwar ho penn, hervez ar pezh a zo skrivet: Ar bobl-mań a enor ac'hanon gant o muzelloł, met o c'halon a zo pell diouzhin.

7  Met en aner eo ec'h enoront ac'hanon, o teskiń kelennadurezhioł a zo gourc'hemennoł tud.

8  Rak, o lezel gourc'hemenn Doue, e virit hengoun an dud, o walc'hiń ar podoł hag an hanafoł, hag oc'h ober kalz a draoł all heńvel outo.

9  Lavarout a reas dezho c'hoazh: Gwall vat e torrit gourc'hemenn Doue evit mirout hoc'h hengoun.

10  Rak Moizez en deus lavaret: Enor da dad ha da vamm, ha: Piv bennak a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d'ar marv.

11  Met c'hwi a lavar: An hini a lavaro d'e dad pe d'e vamm: Ar pezh am bije gallet reiń dit a zo Korban, da lavarout eo ur prof,

12  ne lezit ket anezhań d'ober netra ken evit e dad pe e vamm,

13  o kas da netra ger Doue gant ho hengoun graet ganeoc'h hoc'h-unan. Ha kalz a draoł all a rit evel-se.

Kalon an den

14  O vezań galvet an holl bobl, e lavaras dezho: Selaouit holl ac'hanon ha komprenit:

15  Netra eus ar pezh a zo er-maez eus an den hag a antre ennań ne c'hell e huduraat, met ar pezh a zeu er-maez anezhań, kement-se eo a hudura an den.

16  Mar en deus unan bennak divskouarn da glevout, ra selaouo.

17  Pa voe aet en ti, goude bezań kuitaet ar bobl, e ziskibien a c'houlennas outań petra oa ar barabolenn-se.

18  Eń a lavaras dezho: Ha bez' oc'h eta c'hwi ivez hep skiant? Ne gomprenit ket penaos kement tra a zo er-maez hag a antre en den ne c'hell ket e lousaat?

19  Rak an dra-se ne ya ket er galon met er c'hof, a-belec'h e kouezh er foz, e-lec'h ma vez glanaet ar boued holl.

20  Lavarout a reas: Ar pezh a zeu er-maez eus an den, eo ar pezh a hudura an den.

21  Rak a-ziabarzh, eus kalon an dud eo, e teu ar sońjoł fall, an avoultriezh, ar gastaouerezh, ar muntroł,

22  al laerońsioł, ar c'hoantegezh, ar fallentez, ar faosoni, al loustoni, al lagad avius, an droukkomz, an ourgouilh, ar follentez.

23  An holl draoł fall-se a zeu eus an diabarzh hag a hudura an den.

Jezuz e bro Tir ha Sidon: ar wreg sirofenikian

24  O vont ac'hano, ez eas da gostezioł Tir ha Sidon. O vezań aet en un ti, e felle dezhań na ouije den kement-se, met ne c'hellas ket chom kuzhet.

25  Rak ur wreg, a oa trec'het he merc'h gant un spered hudur, o vezań klevet komz dioutań, a zeuas hag en em daolas d'e dreid.

26  Ar wreg-mań a oa gresian, ha sirofenikian a bobl. E bediń a reas da gas an diaoul kuit eus he merc'h.

27  Jezuz a lavaras dezhi: Lez da gentań ar vugale da gaout o gwalc'h, rak n'eo ket mat kemer bara ar vugale hag e deurel d'ar chas bihan.

28  Met hi a respontas dezhań: Gwir eo Aotrou, koulskoude ar chas bihan a zebr, dindan an daol, bruzun ar vugale.

29  Neuze eń a lavaras dezhi: Abalamour d'ar gomz-se, kae, an diaoul a zo aet er-maez eus da verc'h.

30  O vezań distroet d'he zi, e kavas e oa aet kuit an diaoul, hag he merc'h gourvezet war ar gwele.

Jezuz e bro Zekapoliz (Dek-Keoded): pare un den bouzar ha mut

31  Jezuz, o vezań kuitaet kostezioł Tir ha Sidon, a zeuas tost da vor Galilea, o treuziń bro Zekapoliz.

32  Degaset e voe dezhań un den bouzar, a oa dalc'het en e gomz, hag e voe pedet da lakaat e zaouarn warnań.

33  O vezań e dennet eus ar bobl a-du, e lakaas e vizied en e zivskouarn hag, o kemer eus e grańch, e stokas e deod.

34  O sevel e zaoulagad etrezek an neńv, e huanadas hag e lavaras: Effata! da lavarout eo: Digor!

35  Kerkent e zivskouarn a voe digoret, e deod a voe dizereet hag e komzas hep poan.

36  Difenn a reas outo na lavarjent kement-se da zen, met mui e tifenne outo, seul vui e vrudent anezhań.

37  Souezhet-meurbet, e lavarjont: Kement a ra a zo burzhudus, lakaat a ra zoken ar re vouzar da glevout hag ar re vut da gomz.

 

Pennad 8

Pevar mil den maget gant Jezuz (Eil kreskadur ar bara)

1  En deizioł-se e oa gant Jezuz un niver bras a dud hag, evel n'o doa netra da zebriń, e c'halvas e ziskibien hag e lavaras dezho:

2  Truez am eus ouzh ar bobl-mań, rak tri devezh a zo emaint em c'hichen ha n'o deus netra da zebriń.

3  Ha mar kasan anezho war yun d'o ziez, o nerzh a vanko dezho en hent, rak darn anezho a zo deuet a-bell.

4  E ziskibien a respontas dezhań: Penaos e c'hellfemp kavout bara a-walc'h da bredań anezho en ul lec'h distro?

5  Eń a c'houlennas outo: Pet bara hoc'h eus? Hag int a lavaras: Seizh.

6  Neuze e c'hourc'hemennas d'ar bobl azezań war an douar, e kemeras ar seizh bara hag e trugarekaas, o zorras hag o roas d'e ziskibien evit m'o lodennjent. Hag o lodennjont d'ar bobl.

7  Bez' e oa ivez peskedigoł hag, o vezań o benniget, e c'hourc'hemennas o reiń ivez dezho.

8  Debriń a rejont hag o doe a-walc'h, hag e tegasjont seizh panerad eus an tammoł a oa manet.

9  Ar re o doa debret a oa war-dro pevar mil. Goude-se o c'hasas en o hent.

Goell ar farizianed

10  O vont kerkent er vag gant e ziskibien, ez eas e kostezioł Dalmanuta.

11  Ar farizianed a zeuas hag en em lakaas da riotal anezhań, o c'houlenn digantań, evit e demptań, ur mirakl eus an neńv.

12  O huanadiń en e spered, e lavaras: Perak e c'houlenn ar rummad-mań ur mirakl? Me a lavar deoc'h e gwirionez, ne vo roet mirakl ebet d'ar rummad-mań.

13  Hag, o vezań o c'huitaet, ez eas adarre er vag hag e tremenas en tu all.

14  Ankounac'haet o doa kemer bara ganto, ha n'o doa nemet ur bara er vag ganto.

15  Eń a reas outo an difenn-mań: En em virit gant evezh eus goell ar farizianed hag eus goell Herodez.

16  Int a sońjas etrezo hag a lavaras: Abalamour n'hon eus ket a vara eo.

17  Jezuz, o vezań anavezet kement-se, a lavaras dezho: Perak e sońjit ez eo abalamour n'hoc'h eus ket kemeret a vara? Bez' oc'h c'hoazh hep skiant c'hoazh ha ne gomprenit ket? Bepred eo kaletaet ho kalon?

18  O kaout daoulagad, ne welit ket? O kaout divskouarn, ne glevit ket? Ha n'hoc'h eus ket a sońj?

19  Pa dorris pemp bara evit pemp mil den, pet panerad leun a dammoł chomet a zilerc'h ho poa dastumet? Int a lavaras dezhań: Daouzek.

20  Ha pa dorris ar seizh bara evit ar pevar mil den, pet panerad leun a dammoł ho poa dastumet? Int a lavaras: Seizh.

21  Hag e lavaras dezho: Penaos eta ne gomprenit ket c'hoazh?

Jezuz a yac'ha un den dall e Betsaida

22  O vezań deuet da Vetsaida, e voe degaset dezhań un den dall hag en pedjont da stekiń outań.

23  Kemer a reas dorn an dall hag en kasas er-maez eus ar bourc'h. Krańch a lakaas war e zaoulagad hag, o vezań lakaet e zaouarn warnań, e c'houlennas digantań hag eń a wele un dra bennak.

24  Eń, o vezań sellet, a lavaras: Gwelout a ran tud evel gwez o kerzhout.

25  Eń a lakaas adarre e zaouarn war e zaoulagad hag a lavaras dezhań sellout. Yac'haet e voe hag e wele holl fraezh mat.

26  Hag e kasas anezhań d'e di, o lavarout: N'a ket er bourc'h ha na lavar ket an dra-mań da zen eus ar bourc'h.

Disklźriadenn Bźr

27  Jezuz a yeas gant e ziskibien e bourc'hioł Kezarea-Filip. War an hent, e c'houlennatas e ziskibien hag e lavaras: Piv a lavar an dud ez on?

28  Respont a rejont: Yann-Vadezour; darn all, Elia; ha darn all, unan eus ar brofeded.

29  Eń a lavaras dezho: Ha c'hwi, piv a lavarit ez on? Pźr a respontas dezhań: Te eo ar C'hrist.

30  Hag e tifennas gwall start outo lavarout kement-se anezhań da zen.

Jezuz a ziougan e varv

31  Neuze en em lakaas da zisklźriań dezho e oa ret da Vab an den gouzańv kalz a draoł, bezań taolet kuit gant an henaourien, gant ar veleien vras ha gant ar skribed, bezań lakaet d'ar marv, hag adsevel a varv tri devezh goude.

32  Hag e lavare ar c'homzoł-se dezho sklaer-mat. Neuze Pźr, o vezań e gemeret a-du, en em lakaas d'e repren.

33  Met eń, o tistreiń hag o sellout ouzh e ziskibien, a c'hourdrouzas Pźr hag a lavaras dezhań: A-dreńv din, Satan! Rak da sońjezonoł n'emaint ket hervez an traoł a sell ouzh Doue, met hervez an traoł a sell ouzh an dud.

Heuliań Jezuz

34  O c'hervel ar bobl gant e ziskibien, e lavaras dezho: Mar fell da unan bennak dont war va lerc'h, ra raio dilez anezhań e-unan, ra gemero e groaz ha ra heulio ac'hanon.

35  Rak piv bennak a fello dezhań saveteiń e vuhez he c'hollo, met piv bennak a gollo e vuhez abalamour din ha d'an Aviel he saveteo.

36  Rak petra a dalvfe d'un den gounit ar bed holl, ma kollfe e ene?

37  Petra a rofe an den e trok ouzh e ene?

38  Rak piv bennak en devo bet mezh ac'hanon hag eus va c'homzoł, e-touez ar rummad-mań, avoultrer ha pec'her, Mab an den ivez en devo mezh anezhań pa zeuio e gloar e Dad gant an aelez santel.

 

Pennad 9

1  Lavarout a reas dezho ivez: Me a lavar deoc'h e gwirionez, ez eus hiniennoł eus a-douez ar re a zo amań ha ne varvint ket ken n'o devo gwelet rouantelezh Doue o tont gant galloud.

An Treuzneuziadur

2  C'hwec'h devezh goude, Jezuz a gemeras gantań Pźr, Jakez ha Yann, hag o c'hasas o-unan a-du war ur menez uhel. Hag e voe treuzneuziet dirazo.

3  E zilhad a zeuas da vezań lugernus, gwenn evel an erc'h, ken n'eus gwenner ebet war an douar a c'hellfe gwennań evel-se.

4  Elia ha Moizez en em ziskouezas dezho, o komz gant Jezuz.

5  Pźr, o kemer ar gomz, a lavaras da Jezuz: Mestr, mat eo deomp chom amań. Greomp amań teir deltenn, unan evidout, unan evit Moizez, unan evit Elia.

6  Rak ne ouie ket petra lavarout, abalamour m'o doe ur spont bras.

7  Hag e teuas ur goabrenn d'o goleiń, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn o lavarout: Hemań eo va Mab karet-mat. Selaouit eń!

8  Kerkent an diskibien, o vezań sellet en-dro dezho, ne weljont den ken nemet Jezuz e-unan ganto.

9  Evel ma tiskennent eus ar menez, e tifennas outo lavarout da zen ar pezh o doa gwelet, ken na vije Mab an den adsavet a-douez ar re varv.

10  Hag e talc'hjont ar gomz-se, o c'houlenn an eil digant egile petra a c'hellje bezań: Adsevel a-douez ar re varv.

11  Hag e c'houlennjont outań o lavarout: Perak e lavar ar skribed eo ret da Elia dont da gentań?

12  Respont a reas dezho: Gwir eo penaos Elia a dle dont da gentań hag adlakaat pep tra, ha penaos Mab an den, hervez ma'z eo skrivet diwar e benn, a dle gouzańv kalz a draoł ha bezań disprizet?

13  Met me a lavar deoc'h penaos Elia a zo deuet, hag o deus graet dezhań kement o deus c'hoantaet evel ma'z eo skrivet diwar e benn.

Jezuz a yac'ha ur bugel dalc'het gant ur spered mut

14  O vezań deuet etrezek an diskibien all, e welas kalz a bobl en-dro dezho ha skribed a dabute ganto.

15  Raktal evel ma welas an holl bobl-se anezhań, e voent souezhet bras, hag o teredek e saludjont anezhań.

16  Eń a c'houlennas digant ar skribed: diwar-benn petra e tabutit ganto?

17  Un den eus ar bobl, o kemer ar gomz, a lavaras: Mestr, degaset em eus dit va mab hag a zo dalc'het gant ur spered mut.

18  E pelec'h bennak ma krog ennań, e taol anezhań d'an douar, hag eń a eon, a c'hrigońs e zent hag a zisec'h. Pedet em eus da ziskibien d'e gas kuit ha n'o deus ket gallet.

19  Eń a respontas dezho: O rummad diskredik, betek pegeit e vin ganeoc'h? Betek pegeit e c'houzańvin ac'hanoc'h? Degasit eń din.

20  E zegas a rejont dezhań. Raktal m'en gwelas, ar spered a zifretas anezhań gant nerzh, hag e kouezhas d'an douar o ruilhal hag oc'h eoniń.

21  Eń a c'houlennas ouzh e dad: Pegeit amzer a zo abaoe ma c'hoarvez kement-mań gantań? Abaoe e vugaleaj, a respontas.

22  Alies en deus e daolet en tan hag en dour evit e lakaat da vervel. Met mar gellez un dra bennak, sikour ac'hanomp, az pez truez ouzhimp.

23  Jezuz a lavaras dezhań: Mar gellez krediń, pep tra a zo posupl d'an hini a gred.

24  Kerkent tad ar bugel a grias gant daeroł: Me a gred, Aotrou! Sikour ac'hanon em diskredoni!

25  Jezuz o welout ar bobl o redek a vandenn, a c'hourdrouzas ar spered hudur hag a lavaras dezhań: Spered mut ha bouzar, me a c'hourc'hemenn dit, kae kuit anezhań ha na da ken ennań.

26  Mont a reas kuit o leuskel ur griadenn vras hag o tifretań anezhań gant nerzh. Ar bugel a zeuas evel marv, en hevelep doare ma lavare meur a hini: Marv eo.

27  Met Jezuz, o kemer e zorn, a reas dezhań sevel. Hag e chomas en e sav.

28  Pa voe aet en ti, e ziskibien a c'houlennas digantań a-du: Perak n'hon eus ket gallet kas kuit anezhań?

29  Eń a respontas dezho: Ar seurt-se ne c'hell ket mont kuit, nemet dre ar bedenn ha dre ar yun.

Divizoł pouezus-kenań gant an diskibien

30  O vezań aet ac'hano, e treuzjont vro C'halilea. Ne felle ket dezhań e vije gouezet gant den.

31  Rak e kelenne e ziskibien hag e lavaras dezho: Mab an den a vo droukroet etre daouarn an dud hag e lakaint anezhań d'ar marv. Goude ma vo bet lazhet, ec'h adsavo a varv d'an trede deiz.

32  Met ne gomprenent ket ar c'homzoł-se ha ne gredent ket goulenn digantań.

33  Dont a reas da Gafarnaoum. O vezań en ti, e c'houlennas diganto: Diwar-benn petra en em dabutec'h en hent?

34  Met int a dave, rak en em dabutet o doa en hent war an hini a vije ar brasań.

35  O vezań azezet, e c'halvas an daouzek hag e lavaras dezho: Mar c'hoanta unan bennak bezań ar c'hentań, e vo an diwezhań eus an holl, ha servijer an holl.

36  O vezań kemeret ur bugel bihan, e lakaas anezhań en o c'hreiz hag, o terc'hel anezhań etre e zivrec'h, e lavaras dezho:

37  Piv bennak a zegemer unan eus ar vugale vihan-mań em anv a zegemer ac'hanon, ha piv bennak a zegemer ac'hanon, n'eo ket me eo a zegemer, met an hini en deus va c'haset.

Diwar-benn an implij eus anv Jezuz

38  Yann, o kemer ar gomz, a lavaras dezhań: Mestr, gwelet hon eus un den o kas kuit diaouled en da anv ha ne heuilh ket ac'hanomp. Difennet hon eus outań abalamour na heuilh ket ac'hanomp.

39  Met Jezuz a lavaras: Na zifennit ket-se, rak n'eus den a rafe mirakloł em anv hag a c'hellfe kerkent droukkomz ac'hanon.

40  Rak an hini n'emań ket a-enep deomp a zo evidomp.

41  Ha piv bennak a roio deoc'h ur werennad dour da evań em anv, abalamour ma'z oc'h da Grist, me a lavar deoc'h e gwirionez, ne gollo ket e c'hopr.

An abegoł da gouezhań

42  Met piv bennak a lakaio da gouezhań unan eus ar re vihan-se a gred ennon, gwelloc'h e vefe dezhań e vefe staget ur maen-milin ouzh e c'houzoug ha e vefe taolet er mor.

43  Ma laka ac'hanout da zorn da gouezhań, troc'h anezhań. Gwelloc'h eo dit mont er vuhez, o kaout nemet un dorn, eget kaout daou zorn ha bezań taolet er gehenn,

44  en tan na voug biken, e pelec'h o freńv ne varv ket hag an tan ne voug ket.

45  Ha ma laka ac'hanout da droad da gouezhań, troc'h anezhań. Gwelloc'h eo dit mont er vuhez, o kaout un troad, eget kaout daou droad ha bezań taolet er gehenn, en tan na voug biken,

46  e pelec'h o freńv ne varv ket hag an tan ne voug ket.

47  Ha ma laka ac'hanout da lagad da gouezhań, diframm anezhań. Gwelloc'h eo dit mont e rouantelezh Doue gant ul lagad hepken, eget kaout daou lagad ha bezań taolet e tan ar gehenn,

48  e pelec'h o freńv ne varv ket hag an tan ne voug ket.

49  Rak pep hini a vo sallet gant tan, ha pep prof a vo sallet gant holen.

50  Un dra vat eo an holen, met mar koll an holen e vlaz, gant petra e vo temzet? Ho pet holen ennoc'h hoc'h-unan ha bezit e peoc'h etrezoc'h.

 

Pennad 10

An torr-dimeziń

1  O vont ac'hano, e teuas e kostezioł Judea en tu all d'ar Jordan. Ar bobl en em zastumas adarre war e dro hag, evel ma oa e c'hiz, en em lakaas d'o c'helenn a-nevez.

2  Ar farizianed a zeuas hag a c'houlennas outań evit e demptań: Hag e c'hell un den kas e wreg kuit?

3  Eń a respontas dezho: Petra en deus Moizez gourc'hemennet deoc'h?

4  Int a lavaras: Moizez a lez reiń ur skrid a dorr-dimeziń hag he c'has kuit.

5  Neuze Jezuz a respontas dezho: Skrivet en deus deoc'h al lezenn-se abalamour da galeter ho kalon.

6  Met e penn-kentań ar grouadelezh, Doue a reas anezho gwaz ha plac'h.

7  Setu perak ar gwaz a guitaio e dad hag e vamm hag en em stago ouzh e wreg,

8  hag an daou a zeuio ur c'hig hepken. Evel-se ne d-int mui daou, met ur c'hig hepken.

9  Arabat eo d'an den disrannań ar pezh a zo bet unanet gant Doue.

10  Pa voent e-barzh an ti, e ziskibien a c'houlennas c'hoazh digantań diwar-benn-se.

11  Eń a lavaras dezho: Piv bennak a gas kuit e wreg hag a zimez da unan all, a ra avoultriezh en he c'heńver,

12  ha mar deu ur wreg da guitaat hec'h ozhac'h hag ma timez da unan all, e ra avoultriezh.

Ar vugale vihan

13  Degaset e voe dezhań bugale vihan, evit ma stokje outo, met an diskibien a c'hrozmole d'ar re o degase.

14  Jezuz, o welout-se, a yeas droug ennań hag a lavaras dezho: Lezit ar vugale vihan da zont davedon ha na zifennit ket outo, rak rouantelezh Doue a zo d'ar re a zo heńvel outo.

15  Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos piv bennak ne zegemero ket rouantelezh Doue evel ur bugel bihan ne yelo ket e-barzh.

16  Hag o vezań o c'hemeret etre e zivrec'h, e lakaas e zaouarn warno hag o bennigas.

An den pinvidik

17  Evel ma'z ae evit en em lakaat en hent, un den a zeredas hag, o vezań daoulinet dirazań, e c'houlennas digantań: Mestr mat, petra a dlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus?

18  Jezuz a lavaras dezhań: Perak em galvez mat? Den n'eo mat, nemet Doue hepken.

19  Anavezout a rez ar gourc'hemennoł: Na ra ket avoultriezh; na vez ket muntrer; na laer ket; na lavar ket a falstesteni; na ra ket a faosoni; enor da dad ha da vamm.

20  Eń a respontas: Mestr, miret em eus an holl draoł-se adalek va yaouankiz.

21  Ha Jezuz, o sellout outań, a garas anezhań hag a lavaras dezhań: Mankout a ra dit un dra, kae, gwerzh kement ac'h eus, ro-se d'ar beorien, hag ez po un teńzor en neńv. Goude-se deus hag heuilh ac'hanon, o kemer ar groaz.

22  Met, glac'haret gant ar c’homzoł-se, ez eas kuit gwall drist, rak madoł bras en doa.

23  Neuze Jezuz, o sellout en-dro dezhań, a lavaras d'e ziskibien: Pegen diaes e vo d'ar re o deus madoł mont e-barzh rouantelezh Doue!

24  An diskibien a voe souezhet eus ar c'homzoł-se. Met Jezuz, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras dezho: Bugale, pegen diaes eo d'ar re a laka o fiziańs er madoł mont e-barzh rouantelezh Doue!

25  Aesoc'h eo d'ur c'hańval tremen dre graoenn un nadoz eget d'un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh Doue.

26  Hag e voent c'hoazh muioc'h souezhet hag e lavarjont an eil d'egile: Ha piv eta a c'hell bezań salvet?

27  Met Jezuz, o sellout outo, a lavaras: Dibosupl eo d'an dud, met n'eo ket da Zoue, rak pep tra a zo posupl da Zoue.

28  Neuze Pźr en em lakaas da lavarout dezhań: Setu, ni hon eus dilezet pep tra hag hon eus da heuliet.

29  Jezuz a respontas: Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos n'eus den en defe kuitaet ti, pe vreudeur, pe c'hoarezed, pe dad, pe vamm, pe wreg, pe vugale, pe zouaroł, abalamour din ha d'an Aviel,

30  ha ne resevo adalek ar c'hantved-mań, kant kement all, a diez, a vreudeur, a c'hoarezed, a vammoł, a vugale hag a zouaroł, gant heskinerezhioł, hag er c'hantved da zont, ar vuhez peurbadus.

31  Met kalz eus ar re gentań a vo ar re ziwezhań, hag ar re ziwezhań a vo ar re gentań.

Jezuz a ziougan e varv adarre

32  Bez' e oant en hent o pignat da Jeruzalem, ha Jezuz a yae a-raok dezho. Spouronet e oant hag o doa aon en ur heuliań anezhań. O kemer adarre a-du an daouzek, en em lakaas da zisklźriań dezho ar pezh a dlee c'hoarvezout gantań:

33  Setu, e pignomp da Jeruzalem, ha Mab an den a vo droukroet d'ar veleien vras ha d'ar skribed. Hag e kondaonint anezhań d'ar marv hag e troukroint anezhań d'ar baganed.

34  Goap a raint anezhań, e skourjezań a raint, e krańchint outań hag e lakaint anezhań d'ar marv, hag ec'h adsavo a varv d'an trede deiz.

Goulenn Jakez ha Yann

35  Jakez ha Yann, mibien Zebedea, a zeuas d'e gavout hag a lavaras dezhań: Mestr, ni a garfe e rafes deomp ar pezh a c'houlennimp ouzhit.

36  Eń a lavaras dezho:  Petra a fell deoc'h e rafen evidoc'h?

37  Int a lavaras dezhań: Ro deomp da vezań azezet e-barzh da c'hloar unan a-zehou hag egile a-gleiz dit.

38  Met Jezuz a lavaras dezho: N'ouzoc'h ket ar pezh a c'houlennit. Ha gallout e c'hellit evań an hanaf a dlean evań ha bezań badezet eus ar vadeziant ma tlean bezań badezet ganti?

39  Int a lavaras dezhań: Ni a c'hell. Ha Jezuz a lavaras dezho: Gwir eo ec'h evot an hanaf am eus da evań hag e viot badezet eus ar vadeziant am eus da vezań badezet ganti,

40  met bezań azezet a-zehou pe a-gleiz din, n'eo ket din da reiń, roet e vo d'ar re ma'z eo bet-se kempennet evito.

41  An dek o vezań klevet kement-se, a yeas droug enno a-enep Jakez ha Yann.

42  Jezuz o galvas hag a lavaras dezho: Gouzout a rit penaos ar re a seller evel pennoł ar broadoł a vestroni anezho ha penaos ar re vras a ziskouez o galloud warno.

43  Ne vo ket evel-se en ho touez. Met piv bennak a fello dezhań bezań bras en ho touez, a vo ho servijer,

44  ha piv bennak a fello dezhań bezań ar c'hentań en ho touez, a vo ho sklavour.

45  Rak Mab an den n'eo ket deuet da vezań servijet, met da servijań hag da reiń e vuhez evel daspren evit kalz.

Jezuz a yac'ha Bartime

46  Dont a rejont da Jeriko. Hag evel ma'z eas kuit ac'hano gant e ziskibien ha kalz a dud, mab Time, Bartime an dall, a oa azezet war gostez an hent, o c'houlenn an aluzen.

47  O vezań klevet e oa Jezuz a Nazared, en em lakaas da grial, o lavarout: Jezuz, Mab David, az pez truez ouzhin!

48  Kalz a c'hourdrouze anezhań evit e lakkat da devel, met eń a grias c'hoazh kreńvoc'h: Mab David, az pez truez ouzhin!

49  Jezuz o chom en e sav, a lavaras e c'hervel. Gervel a rejont an dall, hag e lavarjont dezhań: Sav, bez kalonek, da c'hervel a ra.

50  O teurel e vantell, e savas hag e teuas da gavout Jezuz.

51  Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezhań: Petra a fell dit e rafen evidout? An dall a respontas: Mestr, ma’c’h adkavin ar gweled.

52  Jezuz a lavaras dezhań: Kae, da feiz he deus da yac'haet. Ha kerkent ec’h adkavas ar gweled hag ec'h heulias Jezuz en hent.

 

Pennad 11

Donedigezh veur Jezuz e Jeruzalem

1  Pa dostajont ouzh Jeruzalem, ouzh Betfage hag ouzh Betania, tost da Venez an Olived, Jezuz a gasas daou eus e ziskibien,

2  o lavarout dezho: It d'ar vourc'h a zo dirazoc'h ha, kerkent ha ma viot aet enni, e kavot un azen yaouank stag, ha n'eus bet c'hoazh den war e gein. Distagit anezhań hag en degasit.

3  Mar lavar unan bennak deoc'h: Perak e rit an dra-se? Lavarit: An Aotrou en deus ezhomm anezhań. Ha raktal en kaso amań.

4  Mont a rejont hag e kavjont an azen a oa stag en diavaez dirak an nor, etre daou hent, hag e tistagjont anezhań.

5  Hiniennoł eus ar re a oa eno a lavaras dezho: Perak e tistagit an azenig-se?

6  Int a respontas evel m'en doa gourc'hemennet Jezuz, hag e voent lezet da vont.

7  Degas a rejont an azenig da Jezuz, e lakajont o dilhad warnań, hag ec’h azezas warnań.

8  Kalz a astennas o dilhad war an hent, ha re all a droc'has brankoł gwez hag a c'holoas ganto an hent.

9  Ar re a gerzhe a-raok hag ar re a heulie a grie o lavarout: Hozanna! Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou!

10  Benniget ra vo ren David hon tad, a zeu en anv an Aotrou! Hozanna el lec'hioł uhel-meurbet!

11  Jezuz a yeas e Jeruzalem hag en templ. O vezań sellet ouzh pep tra, evel ma oa diwezhat, ez eas da Vetania gant an daouzek.

Ar wezenn-fiez milliget

12  An deiz war-lerc'h, pa zistroent eus Betania, en doe naon.

13  O welout a-bell ur wezenn-fiez he doa delioł, ez eas evit gwelout hag-eń e kavje un dra bennak enni. Hag o vezań tostaet, ne gavas nemet delioł, rak ne oa ket mare ar fiez.

14  Neuze Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezhań: Ra ne zebro biken den eus da frouezh. Hag e ziskibien a glevas kement-se.

Ar varc'hadourien kaset kuit er-maez eus an templ

15  Dont a rejont da Jeruzalem. Jezuz o vezań aet en templ, en em lakaas da gas kuit ar re a werzhe hag a brene en templ, hag e tiskaras taolioł an drokerien-arc'hant ha kadorioł ar varc'hadourien goulmed.

16  Ne leze den da zougen lestr ebet dre an templ.

17  Hag e kelenne en ur lavarout: N'eo ket skrivet: Va zi a vo galvet un ti a bedenn evit an holl vroadoł? Met c'hwi hoc'h eus graet anezhań ur c'havarn laeron.

18  Ar skribed hag ar veleien vras, o vezań klevet kement-se, a glaskas an doare d'e lakaat d'ar marv. Rak aon o doa dirazań, abalamour an holl bobl a oa souezhet bras gant e gelennadurezh.

19  An abardaez o vezań deuet, Jezuz a yeas er-maez eus kźr.

Ar wezenn-fiez sec'het; ar feiz; ar pardon

20  Diouzh ar beure, evel ma tremenent, e weljont ar wezenn-fiez sec'het betek ar gwrizioł.

21  Pźr, o kaout sońj eus ar pezh a oa c'hoarvezet, a lavaras dezhań: Mestr, setu, ar wezenn-fiez ac'h eus milliget a zo sec'het.

22  Jezuz, o respont, a lavaras: Ho pet ar feiz eus Doue.

23  Rak me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos piv bennak a lavaro d'ar menez-se: Sav alese hag en em daol er mor, ha kement-se hep argrediń en e galon, met en ur grediń e c'hoarvezo, ar pezh a lavar a vo roet dezhań.

24  Setu perak e lavaran deoc'h: Kement a c'houlennot en ur bediń, kredit e resevot anezhań ha kement-se a vo roet deoc'h.

25  Ha pa deuot da bediń, mar hoc'h eus un dra bennak a-enep unan bennak, pardonit, evit ma teuio ivez ho Tad a zo en neńvoł da bardoniń deoc'h ho tisentidigezh.

26  Met ma ne bardonit ket, ho Tad a zo en neńvoł ne bardono ket kennebeut ho tisentidigezh.

Galloud Jezuz

27  Distreiń a rejont c'hoazh da Jeruzalem hag, evel ma'z ae dre an templ, ar veleien vras, ar skribed hag an henaourien a dostaas outań

28  hag a lavaras dezhań: Dre beseurt galloud e rez an traoł-se, pe piv en deus roet dit galloud d'ober an traoł-se?

29  Jezuz a respontas dezho: Me a c'houlenno ivez un dra ouzhoc'h. Respontit din hag e lavarin deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoł-se.

30  Badeziant Yann, ha dont a rae eus an neńv pe eus an dud? Respontit din.

31  Int a sońje enno o-unan, o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neńv, e lavaro: Perak eta n'hoc'h eus ket kredet ennań?

32  Ha mar lavaromp: Eus an dud... Aon o doa rak ar bobl, rak an holl a grede e oa Yann ur gwir brofed.

33  Neuze e respontjont da Jezuz: N'ouzomp ket. Ha Jezuz a lavaras dezho: Ha me kennebeut ne lavarin ket deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoł-se.

 

Pennad 12

Parabolenn ar winierien

1  En em lakaas da gomz outo dre barabolennoł. Un den a blantas ur winieg, a reas ur c'harzh en-dro dezhi, a gleuzias enni ur wask hag a savas enni un tour. Neuze e feurmas anezhi da winierien hag ez eas en ur vro all.

2  Da amzer ar frouezh e kasas unan eus e servijerien etrezek ar winierien evit kemer diganto frouezh ar winieg.

3  Met o vezań kroget ennań e kannjont anezhań hag e kasjont anezhań kuit hep netra.

4  Kas a reas dezho c'hoazh ur servijer all, met e veinata a rejont, e c'hloazjont en e benn hag e kasjont anezhań kuit goude bezań graet dezhań meur a zismegańs.

5  Kas a reas c'hoazh unan all hag a voe lazhet ganto, ha kalz a re all, kannet e oa lod ha lazhet lod all.

6  Da ziwezhań, o kaout ur mab a gare kalz, e kasas anezhań dezho, en ur lavarout: Doujań a raint va mab.

7  Met ar winierien-mań a lavaras etrezo: Setu an heritour, deuit, lazhomp anezhań hag an hźrezh a vo deomp.

8  Hag o vezań kroget ennań, en lazhjont hag e taoljont anezhań er-maez eus ar winieg.

9  Petra eta a raio mestr ar winieg? Dont a raio da zistrujań ar winierien-se hag e roio ar winieg da re all.

10  Ha n'hoc'h eus ket lennet ar gomz-mań er Skritur: Ar maen taolet kuit gant ar re a vańsone a zo deuet da vezań penn ar c'horn;

11  kement-se a zo bet graet gant an Aotrou hag un dra marzhus eo d'hon daoulagad?

12  Klask a rejont kregiń ennań, met aon o doe rak ar bobl. Anavezout a rejont mat en doa lavaret ar barabolenn-se a-enep dezho. Hag e lezjont anezhań hag ez ejont kuit.

Ar gwir da Gezar

13  Kas a rejont dezhań hiniennoł eus ar farizianed hag eus an herodianed, evit e dapout en e gomzoł.

14  O vezań eta deuet d'e gavout, e lavarjont dezhań: Mestr, gouzout a reomp penaos out gwirion ha ne rez van a zen ebet, rak ne sellez ket ouzh diavaez an dud, met kelenn a rez hent Doue hervez ar wirionez: Ha dleet eo paeań ar gwir da Gezar pe n'eo ket?

15  E baeań a raimp-ni pe ne raimp ket? Met eń, oc'h anavezout o filpouzerezh, a lavaras dezho: Perak e temptit ac'hanon? Degasit din un diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g) evit ma welin anezhań.

16  Hag e tegasjont dezhań unan. Neuze e lavaras dezho: Eus piv eo ar skeud hag ar skrid-mań? Int a lavaras dezhań: Eus Kezar.

17  Ha Jezuz a respontas dezho: Roit eta da Gezar ar pezh a zo da Gezar ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue. Hag e voent souezhet bras gantań.

Diwar-benn an adsavidigezh a varv

18  Neuze ar sadukeiz, hag a lavar n'eus ket a adsavidigezh a varv, a zeuas d'e gavout hag a reas outań ar goulenn-mań:

19  Mestr, Moizez en deus gourc'hemennet deomp ma teuje breur unan bennak da vervel ha da lezel e wreg hep bugale, e vreur a zimezo d'e intańvez evit sevel ul lignez d'e vreur.

20  Bez' e oa seizh breur. An hini kentań o vezań kemeret ur wreg, a varvas hep lezel bugale.

21  An eil a gemeras anezhi hag a varvas hep lezel kennebeut a vugale. Hag an trede en hevelep doare.

22  Ar seizh a gemeras anezhi ha ne lezjont ket a vugale. Ha d'an diwezhań-holl, ar wreg a varvas ivez.

23  Neuze pa advevint, en adsavidigezh a varv, da behini anezho e vo gwreg? Rak bet eo gwreg dezho o seizh.

24  Jezuz a respontas dezho: Ha n'emaoc'h ket en dallentez, dre n'anavezit ket ar Skriturioł na galloud Doue?

25  Rak pa adsavor a varv, ar wazed n'o devo ket a wragez, nag ar gwragez a ezhec'h, met bez' e vint evel aeled en neńv.

26  Met diwar-benn an adsavidigezh a varv, ha n'hoc'h eus ket lennet e levr Moizez, dirak ar vodenn, penaos Doue a gomzas outań o lavarout: Me eo Doue Abraham, Doue Izaak ha Doue Jakob?

27  N'eo ket Doue ar re varv, met Doue ar re vev. En un dallentez bras emaoc'h eta.

Ar gourc'hemenn kentań

28  Unan eus ar skribed o c'hlevas o riotal. O welout en doa respontet mat dezho, e tostaas hag e c'houlennas digantań: Pehini eo ar c'hentań eus an holl c'hourc'hemennoł?

29  Jezuz a respontas dezhań: Ar c'hentań eus an holl c'hourc'hemennoł eo: Selaou Israel, an Aotrou hon Doue eo an Aotrou hepken,

30  ha karout a ri an Aotrou da Zoue, eus da holl galon, eus da holl ene, eus da holl sońj, eus da holl nerzh. Hennezh eo ar c'hentań gourc'hemenn.

31  Ha setu an eil a zo heńvel outań: Karout a ri da nesań eveldout da-unan. N'eus ket a c'hourc'hemennoł all brasoc'h eget ar re-mań.

32  Ar skrib a lavaras dezhań: Mat eo, Mestr, lavaret ec'h eus gant gwirionez n'eus nemet un Doue ha n'eus hini all ebet nemetań,

33  ha penaos karout anezhań eus e holl galon, eus e holl sońj, eus e holl ene, eus e holl nerzh, ha karout e nesań eveltań e-unan a zo mui eget an holl loskaberzhoł hag ar sakrifisoł.

34  Jezuz, o welout en doa respontet gant furnez, a lavaras dezhań: N'out ket pell diouzh rouantelezh Doue. Ha neuze den ne gredas mui ober goulenn ebet outań.

Mab piv eo ar C'hrist?

35  Evel ma oa Jezuz o kelenn en templ, e lavaras: Penaos e lavar ar skribed ez eo ar C'hrist Mab David?

36  Rak David a lavaras e-unan dre ar Spered-Santel: An Aotrou en deus lavaret da'm Aotrou: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid.

37  David e-unan eta a c'halv anezhań Aotrou, ha penaos eo-eń e vab? Ha kalz a dud a selaoue anezhań gant plijadur.

38  En ur gelenn anezho, e lavare ivez dezho: Diwallit diouzh ar skribed a gar pourmen gant saeoł hir ha bezań saludet war ar marc'hallac'hioł,

39  a gar ar c'hadorioł kentań er sinagogennoł hag ar plasoł kentań er festoł,

40  a zismantr tiez an intańvezed hag a ra evit ar gweled pedennoł hir. Bez' o devo ur varnedigezh gwashoc'h.

Profadenn an Intańvez

41  Jezuz, o vezań azezet dirak ar c'hef, a selle penaos e lakae an dud arc'hant en teńzor. Kalz a dud pinvidik a daole kalz.

42  Dont a reas un intańvez paour hag a daolas e-barzh daou bezhig, oc'h ober ur gwenneg.

43  O vezań galvet e ziskibien, e lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, an intańvez paour-se he deus roet muioc'h eget ar re all holl o deus lakaet en teńzor,

44  rak holl o deus lakaet eus ar pezh o doa a re, met houmań he deus lakaet eus he dienez, kement he doa, kement holl a oa chomet ganti evit bevań.

 

Pennad 13

Neuze e vo gwelet Mab an den o tont ...

1  Evel ma'z ae Jezuz kuit eus an templ, unan eus e ziskibien a lavaras dezhań: Mestr, sell pebezh mein ha pebezh tiez!

2  Jezuz a respontas dezhań: Ha gwelout a rez an holl diez bras-se? Ne chomo ket anezho maen war vaen na vo diskaret.

3  Evel ma oa azezet war Venez an Olived dirak an templ, Pźr, Jakez, Yann hag Andrev a c'houlennas a-du digantań:

4  Lavar deomp pegoulz e c'hoarvezo an holl draoł-se, ha dre beseurt sin e vo anavezet e vint prest d'en em gavout?

5  Jezuz, o respont, en em lakaas da lavarout dezho: Diwallit na dromplfe den ac'hanoc'h.

6  Rak meur a hini a zeuio em anv, o lavarout: Me eo. Hag e tromplint kalz a dud.

7  Pa glevot komz eus brezelioł ha brud eus brezelioł, na spontit ket rak ret eo e teufe an traoł-se. Met kement-se ne vo ket c'hoazh ar fin.

8  Rak ur vroad a savo a-enep ur vroad all hag ur rouantelezh a-enep ur rouantelezh all, hag e vo krenoł-douar e meur a lec'h, naonegezhioł ha trubuilhoł. An traoł-mań a vo ar penn-kentań eus ar gloazioł.

9  Met diwallit ouzhoc'h hoc'h-unan, rak ho kas a raint dirak al lezioł-barn hag ho skourjezań a raint er sinagogennoł, mont a reot dirak ar c'houarnourien ha dirak ar rouaned abalamour din, evit reiń testeni dirazo.

10  Ret eo e vefe da gentań prezeget an Aviel d'an holl vroadoł.

11  Pa gasint ac'hanoc'h evit ho lakaat etre o daouarn, na vezit ket en poan a-raok eus ar pezh ho po da lavarout ha na rakprederit ket anezhań, met lavarit ar pezh a vo roet deoc'h war an eur-se, rak ne vo ket c'hwi a gomzo met ar Spered-Santel.

12  Ar breur a roio e vreur d'ar marv, hag an tad e vugel. Ar vugale en em savo a-enep o zud hag o lakaint d'ar marv.

13  Kasaet e viot gant an holl abalamour da'm anv, met an hini a gendalc'ho betek ar fin a vo salvet.

14  Pa welot an euzhusted eus ar glac'har, m'en deus komzet ar profed Daniel anezhi, deuet el lec'h ne dle ket bezań, ra gompreno an neb a lenn, neuze ar re a vo e Judea, ra dec'hint war ar menezioł,

15  an hini a vo war an doenn, ra ne ziskenno ket en ti ha n'aio ket ennań da gemer un dra bennak eus e di,

16  an hini a vo er parkeier, ra ne zistroio ket a-dreńv da gemer e zilhad.

17  Gwalleur d'ar gwragez brazez ha d'ar magerezed en deizioł-se!

18  Pedit evit na erruo ket ho tec'h er goańv,

19  rak bez' e vo en deizioł-se an hevelep glac'har ken adalek penn-kentań ar bed en deus krouet Doue betek vremań n'eus ket bet, ha ne vo biken.

20  Ha ma n'en dije ket an Aotrou berraet an deizioł-se, den ebet ne vije salvet. Met abalamour d'ar re zibabet dilennet gantań, en deus o berraet.

21  Neuze, mar lavar unan bennak deoc'h: Setu, ar C'hrist a zo amań, pe: Aze, na gredit ket.

22  Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo, hag e raint sinoł ha burzhudoł da dromplań, ma vije gallet, zoken ar re zibabet.

23  Bezit war evezh eta, setu, lavaret em eus holl deoc'h a-raok.

24  En deizioł-se, goude ar glac'har-mań, an heol a vo teńvalaet, al loar ne roio ket he sklźrijenn,

25  ar stered a gouezho eus an oabl, hag ar galloudoł a zo en neńv a vo brańsellet.

26  Neuze e vo gwelet Mab an den o tont war ar c'hoabr gant ur galloud hag ur gloar bras.

27  Neuze e kaso e aeled da zastum e re zibabet eus ar pevar avel, adalek pennoł pellań an douar betek pennoł pellań an neńv.

28  Deskit dre ur barabolenn tennet eus ar wezenn-fiez. Pa zeu he brankoł da vezań tener hag he delioł da vountań, c'hwi a oar ez eo tost an hańv.

29  Evel-se ivez pa welot kement-se oc'h erruout, gouezit emań tost Mab an den, e-tal an nor.

30  Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ar rummad-mań ne dremeno ket ken na vo c'hoarvezet an holl draoł-se.

31  An neńv hag an douar a dremeno, met va gerioł ne dremenint ket.

32  Evit ar pezh a sell ouzh an deiz pe an eur, den n'o anavez, nag an aeled a zo en neńv, nag ar Mab, met an Tad hepken.

33  Bezit war evezh, beilhit ha pedit, rak n'ouzoc'h ket pegoulz e teuio an amzer-se.

34  Heńvel eo ouzh un den a ya en ur vro all, a lez e di, a ro ar renerezh anezhań d'e vevelien o reiń da bep hini e labour, hag a c'hourc'hemenn d'ar porzhier bezań dihun.

35  Beilhit eta, rak n'ouzoc'h ket pegoulz e teuio mestr an ti, d'an abardaez, da hanternoz, da gan ar c'hilhog pe diouzh ar beure,

36  gant aon na zeufe en un taol ha n'ho kavfe kousket.

37  Hag ar pezh a lavaran deoc'h, a lavaran d'an holl: Beilhit.

 

Pennad 14

Irienn a-enep Jezuz

1  Gouel ar Pask hag ar bara hep goell a dlee bezań daou zevezh goude. Ar veleien vras hag ar skribed a glaske an doare da gregiń ennań dre droidell ha d'e lakaat d'ar marv.

2  Met e lavarent: Arabat e vefe e-pad ar gouel, gant aon na savfe un drubuilh bennak e-touez ar bobl.

Jezuz olevet e Betania

3  E-pad ma oa e Betania, ouzh taol, e ti Simon al lovr, ur wreg a zeuas d'e gavout gant ul lestr alabastr leun a c'hwezh-vat a nard pur hag eus ur priz bras, hag, o vezań torret al lestr, e skuilhas ar c'hwezh-vat war e benn.

4  En o zouez, hiniennoł a savas droug enno hag a lavaras: Perak koll evel-se ar c'hwezh-vat-se?

5  Rak gallet e vije bet gwerzhań anezhi ouzhpenn tri c'hant diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g) hag o reiń d'ar beorien. Hag e krozmolent en hec'h enep.

6  Met Jezuz a lavaras: Lezit anezhi, perak e rit poan dezhi? Un dra vat he deus graet em c'heńver.

7  Rak c'hwi ho po atav peorien ganeoc'h ha bep gwech ma c'hoantaot e c'hellot ober vat dezho, met n'ho po ket atav ac'hanon.

8  Graet he deus ar pezh a oa en he galloud, porfumet he deus dre ziaraok va c'horf evit ar beziadur.

9  Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos el lec'hioł ma vo an Aviel-mań prezeget dre ar bed holl, ar pezh he deus graet ar wreg-mań a vo ivez lavaret en eńvor anezhi.

Trubarderezh Judaz

10  Judaz Iskariod, unan eus an daouzek, a yeas da gavout ar veleien vras evit e zroukreiń dezho.

11  O vezań e selaouet, e voent laouen hag e prometjont reiń arc'hant dezhań. Hag e klaskas an tu dereat d'e zroukreiń.

Ar Pask diwezhań

12  Ar c'hentań deiz eus ar bara hep goell, pa aberzhed ar Pask, e ziskibien a lavaras dezhań: Pelec'h e c'hoantaez ez afemp da gempenn dit ar pezh a zo ret evit debriń ar Pask?

13  Neuze e kasas daou eus e ziskibien hag e lavaras dezho: It e kźr hag e kavot un den o tougen ur podad dour, it war e lerc'h.

14  E pe lec'h bennak ma'z aio, lavarit da vestr an ti: Ar Mestr a lavar: Pelec'h emań al lec'h e tebrin ar Pask ennań, gant va diskibien?

15  Hag e tiskouezo deoc'h ur gambr uhel, urzhiet ha fichet mat, kempennit anezhań eno deomp.

16  E ziskibien a yeas kuit, a zeuas e kźr hag a gavas an traoł evel m'en doa lavaret dezho. Hag e kempennjont ar Pask.

17  Pa voe deuet an abardaez, e teuas gant an daouzek.

18  Evel ma oant ouzh taol ha ma tebrent, Jezuz a lavaras: Me a lavar deoc'h e gwirionez, unan ac'hanoc'h, unan a zebr ganin, am droukroio.

19  En em lakajont da vezań glac'haret, hag e lavarjont dezhań an eil goude egile: Ha me eo? Hag unan all: Ha me eo?

20  Eń a respontas dezho: Unan eus an daouzek eo ha lakaat a ra e zorn er plad ganin.

21  Mab an den evit gwir a ya hervez ar pezh a zo skrivet diwar e benn, met gwalleur d'an den ma'z eo droukroet gantań. Gwelloc'h e vije d'an den-se na vije biken bet ganet.

Diazezadenn ar Goan-Santel

22  Evel ma tebrent, Jezuz a gemeras bara ha, goude bezań trugarekaet, e torras anezhań hag en roas dezho o lavarout: Kemerit, debrit, hemań eo va c'horf.

23  Kemer a reas ivez an hanaf ha, goude bezań trugarekaet, en roas dezho hag ec'h evjont holl dioutań.

24  Hag e lavaras dezho: Hemań eo va gwad, ar gwad eus an emglev nevez skuilhet evit kalz.

25  Me a lavar deoc'h e gwirionez, n'evin mui eus frouezh ar winienn betek an deiz ma'c'h evin anezhań nevez e rouantelezh Doue.

Jezuz a gemenn da Bźr e zinac'hadenn

26  Goude m'o doe kanet ur c'hantik, ez ejont da Venez an Olived.

27  Jezuz a lavaras dezho: Me a vo deoc'h holl en noz-mań un abeg da gouezhań, rak skrivet eo: Skeiń a rin ar mesaer hag an deńved a vo stlabezet.

28  Met pa vin adsavet a varv, ho tiaraogin e Galilea.

29  Ha Pźr a lavaras dezhań: Pa gavfe an holl tamall, me ne gavin ket.

30  Jezuz a lavaras dezhań: Me a lavar dit e gwirionez, penaos hiziv, en noz-mań, a-raok ma kano ar c'hilhog div wech, te az po va dinac'het teir gwech.

31  Met eń a lavare kreńvoc'h c'hoazh: Ha pa vefe ret din mervel ganit, ne zinac'hin ket ac'hanout. Hag ar re all holl a lavaras an hevelep tra.

E liorzh Getsemane

32  Neuze ez ejont en ul lec'h galvet Getsemane, hag e lavaras d'e ziskibien: Azezit amań e-pad ma pedin.

33  Kemer a reas gantań Pźr, Jakez ha Yann, hag e voe leuniet a aon hag a anken.

34  Lavarout a reas dezho: Trist eo va ene betek ar marv, chomit amań ha beilhit.

35  O vont un tamm a-raokoc'h, en em stouas d'an douar en ur bediń, mar befe posupl, ma pellaje an eur-se dioutań.

36  Hag e lavare: Abba, Tad, an holl draoł a c'hellez, pella an hanaf-se diouzhin! Koulskoude, n'eo ket evel ma fell din, met evel ma fell dit.

37  Dont a reas hag o c'havas kousket, hag e lavaras da Bźr: Simon, kousket a rez! Ne'c'h eus ket gallet beilhań un eur?

38  Beilhit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur, ar spered a zo buan met ar c'hig a zo dinerzh.

39  Mont a reas adarre hag e pedas, o lavarout an hevelep komzoł.

40  Distreiń a reas hag o c'havas adarre kousket, rak o daoulagad a oa pounneraet, ha ne ouient petra da lavarout dezhań.

41  Dont a reas evit an trede gwech hag a lavaras dezho: Kouskit bremań ha diskuizhit! A-walc'h eo! An eur a zo deuet. Setu, Mab an den a zo droukroet etre daouarn ar bec'herien.

42  Savit ha deomp. Setu, an hini am droukro a dosta.

Jezuz a zo trubardet ha paket

43  Ha kerkent, evel ma komze c'hoazh, Judaz, unan eus an daouzek, a zeuas ha gantań ur vandenn vras a dud gant klezeier ha gant bizhier, a-berzh ar veleien vras, ar skribed hag an henaourien.

44  An hini en droukroe en doa roet ar sin-mań: An hini a bokin dezhań, hennezh eo, krogit ennań ha kasit eń sur.

45  Raktal ma voe erruet, e tostaas outań hag e lavaras: Mestr! Mestr! Hag e pokas dezhań.

46  Neuze e lakajont o daouarn warnań hag e krogjont ennań.

47  Unan eus ar re a oa eno a dennas e gleze, a skoas ur servijer eus ar beleg-meur hag a droc'has e skouarn dezhań.

48  Neuze Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras dezho: Deuet oc'h er-maez evel war-lerc'h ul laer, gant klezeier ha gant bizhier, evit kregiń ennon.

49  Bemdez e oan en ho touez, o kelenn en templ, ha n'hoc'h eus ket va c'hemeret, met bez' eo evit ma vo ar Skriturioł peurc'hraet.

50  Neuze an holl a zilezas anezhań hag a dec'has kuit.

51  Un den yaouank en heulie, goloet hepken gant ul linenn skańv. An dud yaouank a grogas ennań,

52  met eń a lezas ganto e wiskamant hag a dec'has en noazh deus etre o daouarn.

Jezuz kaset dirak ar beleg-meur; dinac'hadurioł Pźr

53  Kas a rejont neuze Jezuz da di ar beleg-meur, e-lec'h ma oa en em zastumet an holl veleien vras, an henaourien hag ar skribed.

54  Pźr a heulias anezhań a-bell betek porzh ar beleg-meur. Hag o vezań azezet gant ar vevelien, en em domme e-tal an tan.

55  Ar veleien vras hag ar sanedrin a-bezh a glaske un testeni a-enep Jezuz, evit e lakaat d'ar marv, hogen ne gavent ket.

56  Rak kalz a roe falstestenioł en e enep, met o zestenioł ne oant ket heńvel etrezo.

57  Hiniennoł a savas hag a zougas ur falstesteni a-enep dezhań, o lavarout:

58  Ni hon eus e glevet o lavarout: Me a ziskaro an templ-mań graet gant an dorn, hag a-benn tri devezh ec'h adsavin unan all ha ne vo ket graet gant an dorn.

59  Met o zestenioł ne oant ket heńvel etrezo kennebeut.

60  Ar beleg-meur a savas en o c'hreiz hag a reas ouzh Jezuz ar goulenn-mań: Ha ne respontez netra? Petra a destenn an dud-se en da enep?

61  Met e tavas ha ne respontas netra. Ar beleg-meur a reas c'hoazh outań ar goulenn-mań: Bez' out-te ar C'hrist, Mab an Hini a zo benniget?

62  Ha Jezuz a lavaras dezhań: Emaon. Ha gwelout a reot Mab an den azezet a-zehou d'ar galloud hag o tont war goabr an neńv.

63  Neuze ar beleg-meur a rogas e zilhad hag a lavaras: Da betra hon eus mui ezhomm a destoł?

64  Klevet hoc'h eus al ledoued. Petra a sońjit a-se? Int holl neuze a varnas anezhań evel din da vervel.

65  Hiniennoł en em lakaas da grańchat outań, da c'holeiń e zremm ha da reiń dezhań taolioł-dorn o lavarout dezhań: Diougan! Hag ar vevelien a roe karvanadoł dezhań.

66  Pźr a oa e traoń ar porzh hag e teuas eno unan eus mitizhien ar beleg-meur.

67  O welout Pźr o tommań, e sellas outań hag e lavaras: Te a oa ivez gant Jezuz a Nazared.

68  Met eń a nac'has kement-se hag a lavaras: N'ouzon ket, ne gomprenan ket petra a lavarez. Mont a reas er-maez dindan ar porched, hag ar c'hilhog a ganas.

69  Ar vatezh-se, o vezań e welet adarre, en em lakaas da lavarout d'ar re a oa eno: An den-mań a zo eus an dud-se.

70  Met eń en nac'has adarre.Ur pennad goude, ar re a oa eno a lavaras ivez da Bźr: Evit gwir te a zo eus an dud-se, rak te a zo Galileat ha da yezh a zo heńvel ouzh o hini.

71  Neuze en em lakaas da zroukpediń ha da douiń: N'anavezan ket an den-se a gomzit anezhań.

72  Ar c'hilhog a ganas un eil gwech. Pźr en doe sońj eus ar gomz en doa lavaret Jezuz dezhań: A-raok ma kano ar c'hilhog div wech, te az po va dinac'het teir gwech. Hag oc'h en em sonjań, e ouelas.

 

Pennad 15

Jezuz degaset dirak Pilat

1  Kerkent ha ma voe deuet ar mintin, ar veleien vras, gant an henaourien, ar skribed hag ar sanedrin a-bezh, en em guzulias asambles, a zegasas Jezuz ereet hag en lakajont etre daouarn Pilat.

2  Pilat a c'houlennas outań: Ha bez' out roue ar Yuzevien? Jezuz a respontas dezhań: Te en lavar.

3  Ar veleien vras a damalle anezhań eus meur a dra. Met ne respontas netra.

4  Pilat a reas c'hoazh ar goulenn-mań outań, o lavarout: Ha ne respontez netra? Gwel pegement a draoł a damallont dit.

5  Met Jezuz ne respontas netra ken, en hevelep doare ma oa Pilat souezhet.

6  D'ar gouel-se, e laoske dezho an hini eus ar brizonidi a c'houlenne ar bobl.

7  Hag e oa er prizon unan galvet Barabbaz gant e genseurted, rak graet o doa ur muntr e-pad un dispac'h.

8  Ar bobl en em lakaas da c'houlenn gant kriadennoł bras ma vije graet dezho evel m'en doa graet a-viskoazh.

9  Pilat a respontas dezho: Ha c'hwi a fell deoc'h e laoskfen deoc'h roue ar Yuzevien?

10  Rak anavezout a rae e oa dre avi o doa ar veleien vras e lakaet etre e zaouarn.

11  Met ar veleien vras a vroude ar bobl da c'houlenn ma vije laosket kentoc'h dezho Barabbaz.

12  Pilat, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras dezho: Petra a fell deoc'h e rafen eta eus an hini e c'halvit roue ar Yuzevien?

13  Int a grias a-nevez: Ouzh ar groaz!

14  Pilat a lavaras dezho: Met peseurt droug en deus graet? Hag e krijont c'hoazh kreńvoc'h: Ouzh ar groaz!

15  Pilat eta, o c'hoantaat plijout d'ar bobl, a laoskas dezho Barrabaz ha, goude bezań lakaet Jezuz da vezań skourjezet, en roas evit bezań staget ouzh ar groaz.

16  Ar soudarded a zegasas anezhań e diabarzh ar palez, da lavarout eo er pretordi, hag e tastumjont an holl strollad.

17  Gwiskań a rejont anezhań gant limestra hag e lakajont war e benn ur gurunenn spern o doa gweet.

18  En em lakajont d'e saludiń: Salud, Roue ar Yuzevien!

19  Hag e skojont war e benn gant ur gorzenn, e krańchjont outań hag, o plegań o glin, e stoujont dirazań.

Ar c'hroazstagadur

20  Goude bezań graet goap anezhań, e lamjont al limestra diwarnań, e wiskjont dezhań e zilhad en-dro hag e kasjont anezhań evit e stagań ouzh ar groaz.

21  Un den eus Siren, anvet Simon, tad Aleksandr ha Rufuz, a dremene dre eno o tont eus ar parkeier, hag e redijont anezhań da zougen e groaz.

22  Kas a rejont anezhań d'ul lec'h anvet Golgota, da lavarout eo: Lec'h ar C'hlopenn.

23  Gwin mesket gant mir a rojont dezhań da evań, met ne evas ket anezhań.

24  Goude m'o doe e staget ouzh ar groaz, e lodennjont e zilhad o teurel d'ar sord evit anavezout lod pep hini.

25  An trede eur e oa pa stagjont anezhań ouzh ar groaz.

26  Abeg e gondaonidigezh a oa lakaet dre ar skrid-mań: ROUE AR YUZEVIEN.

27  Kroazstaget e voe gantań daou laer, unan a-zehou hag egile a-gleiz dezhań.

28  Evel-se e voe peurc'hraet ar Skritur a lavar: Lakaet eo bet e renk an dorfedourien.

29  Ar re a dremene dre eno a lavare dismegańsoł dezhań, o hejań o fenn hag o lavarout: He! Te hag a ziskar an templ hag en adsav e tri devezh,

30  en em savete da-unan ha diskenn eus ar groaz!

31  Evel-se ivez, ar veleien vras gant ar skribed a lavare etrezo en ur c'hoapaat: Saveteet en deus ar re all ha ne c'hell ket en em saveteiń e-unan.

32  Ra ziskenno ar C'hrist, roue Israel, bremań eus ar groaz, abalamour deomp d'e welout ha ma kredimp. Hag ar re a oa kroazstaget gantań a lavare ivez dismegańsoł dezhań.

33  Pa zeuas ar c'hwec'hvet eur, e voe teńvalijenn war an douar holl, betek an navet eur.

34  D'an navet eur, Jezuz a grias gant ur vouezh kreńv: Eloi, Eloi, lama sabaktani? Da lavarout eo: Va Doue, va Doue, perak ec'h eus va dilezet?

35  Hiniennoł eus ar re a oa eno, o vezań e glevet, a lavaras: Setu, e c'halv Elia.

36  Unan anezho a redas, a leunias ur spoueenn a winegr, he lakaas e penn ur gorzenn hag he roas dezhań da evań, en ur lavarout: Lezit, gwelomp hag-eń e teuio Elia d'e ziskenn.

37  Ha Jezuz, o vezań taolet ur griadenn vras, a rentas ar spered.

38  Gouel an templ a rogas e div adalek krec'h betek traoń.

39  Ar c'hantener a oa dirazań, o welout e oa marvet en ur grial evel-se, a lavaras: Hemań, evit gwir, a oa Mab Doue.

40  Bez' e oa ivez gwragez a selle a-bell. En o-zouez e oa Mari a Vagdala, Mari mamm Jakez ar yaouankań ha Jozez, ha Salome,

41  ar re en heulie hag en servije pa oa e Galilea, ha meur a hini all a oa pignet gantań da Jeruzalem.

Beziadur Jezuz

42  Diouzh an abardaez, evel ma oa deiz ar c'hempennadur, da lavarout eo deiz kent ar sabad,

43  e teuas Jozef a Arimatea, ur c'huzulier enoret a c'hortoze ivez rouantelezh Doue. Mont a reas gant hardizhegezh da gavout Pilat da c'houlenn digantań korf Jezuz.

44  Pilat a voe souezhet e oa marv dija, hag o vezań galvet ar c'hantener, e c'houlennas digantań hag-eń e oa marv pell a oa.

45  P'en doe klevet gant ar c'hantener, e roas ar c'horf da Jozef.

46  O vezań prenet ul lienenn, en diskennas, e lakaas al lienenn-se en-dro dezhań hag e lakaas anezhań en ur bez toullet er roc'h. Neuze e ruilhas ur maen ouzh dor ar bez.

47  Mari a Vagdala ha Mari mamm Jozez a selle pelec'h e lakaed anezhań.

 

Pennad 16

Jezuz adsavet a-douez ar re varv

1  Goude ma voe ar sabad tremenet, Mari a Vagdala, Mari mamm Jakez ha Salome, a brenas louzoł-frondus evit dont d'e valzamań.

2  Deiz kentań ar sizhun, da sav-heol, e teujont mintin mat d'ar bez.

3  Hag e lavarent etrezo: Piv a ruilho deomp ar maen diouzh dor ar bez?

4  O vezań sellet, e weljont ar maen a oa bet ruilhet, ha gwall vras e oa.

5  O vezań aet er bez, e weljont un den yaouank azezet en tu dehou, gwisket gant ur sae wenn, hag e voent spontet.

6  Eń a lavaras dezho: Na vezit ket spontet, c'hwi a glask Jezuz a Nazared a zo bet staget ouzh ar groaz. Adsavet eo a varv, n'emań ket amań, setu al lec'h m'o doa lakaet anezhań.

7  Met it ha lavarit d'e ziskibien ha da Bźr ho tiaraogo e Galilea. Eno en gwelot evel m'en deus lavaret deoc'h.

8  Int a yeas kuit buan hag a dec'has diouzh ar bez, rak e oant souezhet ha leuniet a aon. Ne lavarjont netra da zen, rak spontet e oant.

Jezuz en em ziskouez da Vari a Vagdala ha da ziskibien all

9  O vezań adsavet a varv da veure ar c'hentań deiz eus ar sizhun, en em ziskouezas da gentań da Vari a Vagdala, m'en doa kaset kuit seizh diaoul anezhi.

10  Hi a yeas hag a roas d'henn anavezout d'ar re a oa bet gantań hag a oa e kańv hag en daeroł.

11  Met int, o klevout e oa bev hag he doa-hi gwelet anezhań, ne gredjont ket.

12  Goude-se, en em ziskouezas en un doare all da zaou anezho a oa en hent o vont war ar maez.

13  Ar re-mań a yeas d'henn lavarout d'ar re all ha n'o c'hredjont ket kennebeut.

14  Da ziwezhań en em ziskouezas d'an unnek evel ma oant ouzh taol hag e rebechas dezho o diskredoni ha o c'haleter a galon, abalamour n'o doa ket kredet ar re o doa e welet adsavet a varv.

It dre ar bed holl ...

15  Hag e lavaras dezho: It dre ar bed holl ha prezegit an Aviel da bep krouadur.

16  An hini a gredo hag a vo badezet a vo salvet, met an hini na gredo ket a vo kondaonet.

17  Setu ar mirakloł a heulio ar re o devo kredet: Kas a raint kuit an diaouled em anv; komz a raint yezhoł nevez;

18  kemer a raint an naered; mar evont un dra marvel bennak, ne raio ket a zroug dezho; lakaat a raint o daouarn war ar re glańv hag e vint yac'haet.

19  An Aotrou, goude bezań komzet outo, a voe savet en neńv hag ec'h azezas en tu dehou da Zoue.

20  Int a yeas kuit hag a brezegas dre holl, an Aotrou a laboure ganto hag a roe kred d'ar ger dre ar mirakloł a heulie. Amen.