AN AVIEL HERVEZ MAZHEV

 

Pennad 1

Lignez Jezuz

1  Levr lignez Jezuz-Krist, Mab David, Mab Abraham.

2  Abraham a voe tad da Izaak. Izaak a voe tad da Jakob. Jakob a voe tad da Juda ha d'e vreudeur.

3  Juda, eus Tamar, a voe tad da Farez ha Zara. Farez a voe tad da Ezrom. Ezrom a voe tad da Aram.

4  Aram a voe tad da Aminadab. Aminadab a voe tad da Naason. Naason a voe tad da Salmon.

5  Salmon, eus Rahab, a voe tad da Voaz. Boaz, eus Rud, a voe tad da Obed. Obed a voe tad da Jese.

6  Jese a voe tad d'ar roue David. Ar roue David a voe tad da Salomon, eus an hini a oa bet gwreg da Uri.

7  Salomon a voe tad da Roboam. Roboam a voe tad da Abia. Abia a voe tad da Asa.

8  Asa a voe tad da Jozafad. Jozafad a voe tad da Joram. Joram a voe tad da Ozia.

9  Ozia a voe tad da Joatam. Joatam a voe tad da Achaz. Achaz a voe tad da Ezekia.

10  Ezekia a voe tad da Vanase. Manase a voe tad da Amon. Amon a voe tad da Jozia.

11  Jozia a voe tad da Jekonia ha d'e vreudeur, d'ar mare ma voent harluet da Vabilon.

12  Ha goude ma oant bet harluet da Vabilon, Jekonia a voe tad da Salatiel. Salatiel a voe tad da Zorobabel.

13  Zorobabel a voe tad da Abiud. Abiud a voe tad da Eliakim. Eliakim a voe tad da Azor.

14  Azor a voe tad da Sadok. Sadok a voe tad da Achim. Achim a voe tad da Eliud.

15  Eliud a voe tad da Eleazar. Eleazar a voe tad da Vatan. Matan a voe tad da Jakob.

16  Jakob a voe tad da Jozef, pried Mari, eo bet ganet anezhi Jezuz, a vez anvet Krist.

17  Bez' ez eus eta en holl: eus Abraham betek David, pevarzek rummad; eus David betek an harlu e Babilon, pevarzek rummad; eus an harlu e Babilon betek Krist, pevarzek rummad.

Ganedigezh Jezuz

18  Setu, ganedigezh Jezuz-Krist a c'hoarvezas evel-henn. Mari e vamm, o vezań prometet da Jozef e dimeziń, en em gavas brazez dre ar Spered-Santel, a-raok ma oant aet a-gevret.

19  Jozef he fried, o vezań un den reizh, dre ma ne felle ket dezhań he mezhekaat, a c'hoantaas he c'has kuit e-kuzh.

20  Evel ma oa o sońjal e kement-se, setu, ael an Aotrou en em ziskouezas dezhań dre un huńvre hag a lavaras: Jozef mab David, na'z pez ket aon da gemer ganit Mari da wreg, rak ar pezh a zo końsevet enni a zo eus ar Spered-Santel,

21  hag e c'hano ur mab, hag e roi dezhań Jezuz da anv, rak eń a saveteo e bobl eus he fec'hedoł.

22  Kement-se holl a c'hoarvezas, evit ma vefe sevenet ar pezh a oa bet disklźriet gant an Aotrou dre ar profed, o lavarout:

23  Setu, ar werc'hez a vo brazez hag a c'hano ur mab a vo anvet Emmanuel, da lavarout eo: Doue ganeomp.

24  Jozef, o vezań dihunet eus e gousk, a reas ar pezh en doa gourc'hemennet dezhań ael an Aotrou, hag e kemeras e wreg gantań.

25  Met n'anavezas ket anezhi betek ma voe gwilioudet diwar he mab kentań-ganet, hag e roas dezhań Jezuz da anv.

 

Pennad 2

Ar vajed deuet eus ar sav-heol

1  Jezuz, o vezań bet ganet e Betlehem Judea en amzer ar roue Herodez, setu e teuas majed eus ar sav-heol da Jeruzalem,

2  hag e lavarjont: Pelec'h emań Roue ar Yuzevien a zo bet ganet? Rak gwelet hon eus e steredenn er sav-heol, ha deuet omp d'e azeuliń.

3  Pa glevas-se ar roue Herodez, e voe trubuilhet, hag holl Jeruzalem gantań.

4  O vezań dastumet an holl aberzhourien vras ha skribed ar bobl, e c'houlennas diganto pelec'h e tlee bezań ganet ar C'hrist.

5  Int a lavaras dezhań: E Betlehem Judea, rak evel-henn eo bet skrivet gant ar profed:

6  Ha te Betlehem eus douar Juda, n'out ket ar bihanań e-touez pennlec'hioł Juda, rak ac'hanout eo e teuio ur penn a c'houarno va fobl Israel.

7  Neuze Herodez, o vezań galvet ar vajed e kuzh, a c'houlennas gant preder diganto e pe amzer e oa en em ziskouezet ar steredenn.

8  Hag o c'hasas da Vetlehem hag e lavaras: It ha goulennit gant preder diwar-benn ar bugel bihan. P'ho po e gavet, roit din da anavezout evit ma'z in me ivez d'e azeuliń.

9  Goude bezań klevet ar roue, ez ejont kuit. Ha setu, ar steredenn o doa gwelet er sav-heol a yae en o raok, betek ma teuas ha ma chomas a-sav a-us d'al lec'h ma oa ar bugel bihan.

10  Pa weljont ar steredenn, e voe karget o c'halonoł a levenez vras.

11  O vezań aet en ti, e kavjont ar bugel bihan gant Mari e vamm, hag o stouiń d'an douar, ec'h azeuljont anezhań. Ha goude bezań digoret o zeńzorioł, e kinnigjont dezhań profoł: aour, ezańs ha mir.

12  O vezań bet aliet gant Doue dre un huńvre chom hep distreiń da gavout Herodez, ez ejont d'o bro dre un hent all.

An tec'h d'an Ejipt

13  Goude ma oant aet kuit, setu, ael an Aotrou en em ziskouezas da Jozef dre un huńvre hag a lavaras: Sav, kemer ar bugel bihan hag e vamm, tec'h d'an Ejipt, ha chom eno betek ma lavarin dit, rak Herodez a glasko ar bugel bihan evit e lakaat d'ar marv.

14  Eń a savas, a gemeras ar bugel bihan hag e vamm e-pad an noz, hag en em dennas d'an Ejipt.

15  Hag e chomas eno betek ma varvas Herodez, evit ma vefe sevenet ar pezh a oa bet lavaret gant an Aotrou dre ar profed: Galvet em eus va mab eus an Ejipt.

Lazhadeg ar vugale gant Herodez

16  Neuze Herodez, o welout o doa ar vajed graet goap anezhań, a voe en ur gounnar vras hag a gasas da lazhań e Betlehem hag en e vro a-bezh an holl vugale a zaou vloaz ha yaouankoc'h, hervez an amzer en doa goulennet gant preder digant ar vajed.

17  Neuze e voe sevenet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed Jeremiaz:

18  Garmoł a zo bet klevet e Rama, hirvoudoł, gouelvan ha klemmvanoł bras, Rachel o ouelań he bugale, ha ne fellas ket dezhi bezań frealzet pa n'eus ken anezho.

An distro eus an Ejipt

19  Goude marv Herodez, setu, ael an Aotrou en em ziskouezas da Jozef en Ejipt dre un huńvre

20  hag a lavaras: Sav, kemer ar bugel bihan hag e vamm, ha kae da vro Israel, rak ar re a glaske ar bugel bihan evit e lazhań a zo marv.

21  Eń a savas, a gemeras ar bugel bihan hag e vamm, hag a zeuas da vro Israel.

22  Met pa glevas e rene Arkelauz e Judea e-lec'h e dad Herodez, en doe aon da vont di; o vezań bet aliet gant Doue dre un huńvre, en em dennas e bro C'halilea.

23  Dont a reas da chom en ur gźr anvet Nazared, evit ma vefe sevenet ar pezh a oa bet lavaret gant ar brofeded: Anvet e vo Nazaredad.

 

Pennad 3

Prezegerezh Yann-Vadezour

1  En deizioł-se e teuas Yann-Vadezour da brezeg e gouelec'h Judea,

2  o lavarout: Ho pet keuz, rak rouantelezh an neńvoł a zo tost.

3  Diwar e benn eo en deus komzet ar profed Izaia, o lavarout: Mouezh an hini a gri er gouelec'h: Kempennit hent an Aotrou, grit eeun e wenodennoł.

4  Yann en deveze e wiskamant a vlev kańval hag ur gouriz lźr en-dro d'e groazell. E voued a oa kilheien-raden ha mel gouez.

5  Neuze Jeruzalem, holl vro Judea hag an holl vro war-dro ar Jordan, a yae d'e gavout,

6  hag e oant badezet gantań er Jordan, en ur anzav o fec'hedoł.

7  Met o welout kalz a farizianed hag a sadukeiz o tont d'e vadeziant, e lavaras dezho: Lignez a naered-gwiber, piv en deus desket deoc'h tec'hout diouzh ar gounnar da zont?

8  Dougit eta frouezh dereat d'ar geuzidigezh,

9  ha na lavarit ket ennoc'h hoc'h-unan: Ni hon eus Abraham da dad! Rak me a lavar deoc'h, e c'hell Doue sevel eus ar vein-se bugale da Abraham.

10  Ar vouc'hal a zo a-vremań lakaet ouzh gwrizioł ar gwez. Pep gwezenn eta na ro ket frouezh mat a vo troc'het ha taolet en tan.

11  Me ho padez en dour evit ar geuzidigezh, met dont a ra unan war va lerc'h, galloudusoc'h eo egedon, ha n'on ket dellezek da zougen e votoł. Eń ho padezo er Spered-Santel hag en tan.

12  E grouer a zo gantań en e zorn, naetaat a raio mat e leur, hag e tastumo e winizh er solier, met ar pell a zevo en tan na voug ket.

Badeziant Jezuz

13  Neuze Jezuz a zeuas eus Galilea d'ar Jordan da gavout Yann, evit bezań badezet gantań.

14  Met Yann ne felle ket dezhań henn ober, o lavarout: Me am eus ezhomm da vezań badezet ganit, hag e teuez da'm c'havout?

15  Ha Jezuz a respontas hag a lavaras dezhań: Na harz ket-se bremań, rak evel-se eo e tere ouzhimp peurober pep reizhder. Neuze en lezas d'ober.

16  Goude ma oa bet badezet, Jezuz a savas raktal eus an dour. Ha setu, an neńvoł a voe digoret a-us dezhań, hag e welas Spered Doue o tiskenn evel ur goulm hag o tont warnań.

17  Ha setu, ur vouezh eus an neńv a lavare: Hemań eo va Mab karet-mat, ennań em eus lakaet va holl levenez.

 

Pennad 4

Temptadur Jezuz

1  Neuze Jezuz a voe kaset gant ar Spered er gouelec'h, evit bezań temptet gant an diaoul.

2  P'en doe yunet daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh, en doe naon goude.

3  An tempter, o vezań tostaet outań, a lavaras dezhań: Mard out Mab Doue, gourc'hemenn d'ar vein-se dont da vezań bara.

4  Met eń a respontas, o lavarout: Skrivet eo: An den ne vevo ket gant bara hepken, met gant pep ger a zeu eus genoł Doue.

5  Neuze an diaoul en kasas d'ar gźr santel, en lakaas war lein an templ,

6  hag a lavaras dezhań: Mard out Mab Doue, en em daol d'an traoń, rak skrivet eo: Gourc'hemenn a raio d'e aeled kaout evezh ouzhit, ha da zougen a raint en o daouarn, gant aon na stokfe da droad ouzh ur maen bennak.

7  Jezuz a lavaras dezhań: Skrivet eo ivez: Ne dempti ket an Aotrou da Zoue.

8  An diaoul en kasas c'hoazh war ur menez uhel-meurbet, a ziskouezas dezhań holl rouantelezhioł ar bed hag o gloar,

9  hag a lavaras dezhań: An holl draoł-se a roin dit, mar daoulinez da'm azeuliń.

10  Neuze Jezuz a lavaras dezhań: A-dreńv, Satan! Rak skrivet eo: An Aotrou da Zoue a azeuli, hag eń hepken a serviji.

11  Neuze an diaoul en lezas. Ha setu, aeled a zeuas hag a servijas anezhań.

Prezegerezh kentań Jezuz

12  Pa glevas Jezuz e oa bet Yann lakaet en toull-bac'h, en em dennas e Galilea.

13  O vezań kuitaet Nazared, e teuas da chom e Kafarnaoum, kźr arvorek war harzoł Zabulon ha Neftali,

14  evit ma vefe sevenet komzoł ar profed Izaia, o lavarout:

15  Douar Zabulon ha douar Neftali, ar vro a zo war hent ar mor, en tu all d'ar Jordan, Galilea ar broadoł,

16  ar bobl azezet en deńvalijenn he deus gwelet ur sklźrijenn vras, hag ar sklźrijenn a zo savet war ar re a oa azezet e bro hag e skeud ar marv.

17  Adalek neuze Jezuz en em lakaas da brezeg ha da lavarout: Ho pet keuz, rak rouantelezh an neńvoł a zo tost.

An diskibien gentań

18  Evel ma kerzhe a-hed mor Galilea, Jezuz a welas daou vreur, Simon a vez anvet Pźr, hag Andrev e vreur, o teurel ur roued er mor, rak pesketaerien e oant.

19  Lavarout a reas dezho: Deuit war va lerc'h, ha me ho raio pesketaerien dud.

20  Int raktal a lezas o rouedoł hag a yeas war e lerc'h.

21  Hag ac'hane, o vont un tamm a-raokoc'h, e welas daou vreur all, Jakez mab Zebedea ha Yann e vreur, en ur vag gant Zebedea o zad, o tresań o rouedoł. Gervel a reas anezho.

22  Int raktal a lezas ar vag hag o zad hag a yeas war e lerc'h.

Jezuz a yac'ha klańvourien

23  Jezuz a yae dre holl C'halilea, o kelenn en o sinagogennoł, o prezeg Keloł Mat (= Aviel) ar rouantelezh, o yac'haat kement kleńved ha kement mac'hagn a oa e-touez ar bobl.

24  Ar vrud anezhań en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhań an holl re glańv, dalc'het gant meur a boan ha gant meur a zroug, tud dalc'het gant drouk-speredoł, tud loariek, tud seizet, hag eń a yac'hae anezho.

25  Un engroez bras a yae war e lerc'h, eus Galilea, eus an Dekapoliz, eus Jeruzalem, eus Judea, hag eus an tu all d'ar Jordan.

 

Pennad 5

Ar prezeg war ar menez; ar Gwenvidigezhioł

1  O welout an engroez, e pignas war ur menez, hag o vezań azezet, e ziskibien a dostaas outań.

2  O kemer ar gomz e kelennas anezho, o lavarout:

3  Eürus ar re baour e spered, rak rouantelezh an neńvoł a zo dezho!

4  Eürus ar re a ouel, rak frealzet e vint!

5  Eürus ar re a zo hegarat, rak an douar o devo da hźrezh!

6  Eürus ar re o deus naon ha sec'hed eus ar reizhder, rak o gwalc'h o devo!

7  Eürus ar re drugarezus, rak trugarez a gavint!

8  Eürus ar re o deus ur galon c'hlan, rak Doue a welint!

9  Eürus ar re a zegas ar peoc'h, rak int a vo anvet mibien Doue!

10  Eürus ar re a zo gwallgaset abalamour d'ar reizhder, rak rouantelezh an neńvoł a zo dezho!

11  Eürus e viot pa viot dismegańset, gwallgaset, ha pa vo lavaret dre c'haou pep seurt droug a-enep deoc'h abalamour din,

12  en em laouenait ha tridit gant levenez, rak ho kopr a vo bras en neńvoł! Rak evel-se eo bet gwallgaset ar brofeded a zo bet en ho raok.

Holen an douar; Al lamp war ar c'hantolor

13  C'hwi eo holen an douar, met mar koll an holen e vlaz, gant petra e vo sallet? Ne dalv netra ken, nemet da vezań taolet er-maez ha mac'het gant an dud.

14  C'hwi eo sklźrijenn ar bed. Ur gźr savet war ur menez ne c'hell ket bezań kuzhet,

15  ha ne vez ket enaouet ul lamp evit e lakaat dindan ur sailh, met war ur c'hantolor, hag e ro sklźrijenn da holl dud an ti.

16  Ra lugerno evel-se ho sklźrijenn dirak an dud, evit ma welint ho madoberoł ha ma teuint da reiń gloar d'ho Tad a zo en neńvoł.

Jezuz a zo deuet evit seveniń al Lezenn

17  Na sońjit ket e vefen deuet evit diskar al lezenn pe ar brofeded. N'on ket deuet evit diskar, met evit seveniń.

18  Rak me a lavar deoc'h e gwirionez, betek ma tremeno an neńv hag an douar, ne dremeno ket eus al lezenn un iota pe ur varrennig-lizherenn, ken na vo sevenet pep tra.

19  Piv bennak eta a dorro an disterań eus ar gourc'hemennoł-se hag a zesko d'an dud ober evel-se, a vo anvet ar bihanań e rouantelezh an neńvoł. Met piv bennak o miro hag o desko d'ar re all, hennezh a vo anvet bras e rouantelezh an neńvoł.

20  Rak me a lavar deoc'h, ma ned a ket ho reizhder dreist hini ar skribed hag ar farizianed, n'antreot ket e rouantelezh an neńvoł.

Ar fulor

21  Klevet hoc'h eus eo bet lavaret d'ar re gozh: Ne vuntri ket, piv bennak a vuntro a zellezo bezań barnet.

22  Met me a lavar deoc'h penaos piv bennak a fuloro ouzh e vreur hep abeg a zellezo bezań barnet, an hini a lavaro d'e vreur: Raka! (= den a netra) a zellezo bezań kastizet gant ar sanedrin, hag an hini a lavaro d'e vreur: Diskiant! a zellezo bezań kastizet gant tan ar gehenn.

23  Mar degasez eta da brof d'an aoter, hag e teu da sońj dit eno en deus da vreur un dra bennak ez enep,

24  lez eno da brof dirak an aoter, ha kae da gentań d'adunvaniń gant da vreur, ha goude-se, deus ha kinnig da brof.

25  En em glev hep dale gant da enebour e-pad ma'z emaout en hent gantań, gant aon na'z lakafe da enebour etre daouarn ar barner, ha na vefes lakaet gant ar barner etre daouarn ar serjant, ha na vefes taolet en toull-bac'h.

26  Me a lavar dit e gwirionez, ne zeui ket er-maez ken na'z po paeet an diwezhań gwenneg.

An avoultriezh hag an torr-dimeziń

27  Klevet hoc'h eus eo bet lavaret d'ar re gozh: Ne ri ket avoultriezh.

28  Met me a lavar deoc'h penaos piv bennak a sell ouzh ur vaouez gant gwallc'hoantegezh anezhi, en deus dija graet avoultriezh ganti en e galon.

29  Ma ra dit kouezhań da lagad dehoł, diframm-eń ha taol-eń pell diouzhit, rak gwelloc'h eo dit koll unan eus da izili, eget na vo taolet da holl gorf er gehenn.

30  Ha ma ra dit kouezhań da zorn dehoł, troc'h-eń ha taol-eń pell diouzhit, rak gwelloc'h eo dit koll unan eus da izili, eget na vo taolet da holl gorf er gehenn.

31  Lavaret eo bet ivez: Piv bennak a gaso kuit e wreg, ra roio dezhi ur skrid a dorr-dimeziń.

32  Met me a lavar deoc'h penaos piv bennak a gas kuit e wreg, nemet evit difealded, a laka anezhi da vezań avoultrerez, ha piv bennak a zimez gant ar wreg a zo bet kaset kuit, a ra avoultriezh.

Al leoł

33  Klevet hoc'h eus c'hoazh eo bet lavaret d'ar re gozh: Ne doui ket e faos, met seveniń a ri e-keńver an Aotrou al leoł az po graet.

34  Met me a lavar deoc'h: Na douit ket a-grenn, na dre an neńv rak tron Doue eo,

35  na dre an douar rak skabell e dreid eo, na dre Jeruzalem rak kźr ar Roue bras eo.

36  Ne doui ket kennebeut dre da benn, rak ne c'hellez ket lakaat ur vlevenn da vezań gwenn pe du.

37  Met ra vo ho komz, ya, ya, nann, nann. Ar pezh a lavarer ouzhpenn a zeu eus an droug.

Karantez ouzh an enebourien

38  Klevet hoc'h eus eo bet lavaret: Lagad evit lagad, ha dant evit dant.

39  Met me a lavar deoc'h: Na enebit ket ouzh an hini drouk. D'an hini a sko ganit war da jod dehoł, tro eben outań.

40  D'an hini a fell dezhań prosezań ouzhit ha kemer da doneg, laosk ivez gantań da vantell.

41  D'an hini a redi ac'hanout da vont ur mil (~ 1480 m), kae daou gantań.

42  Ro d'an neb a c'houlenn diganit, ha na zistro ket diouzh an hini a fell dezhań amprestań diganit.

43  Klevet hoc'h eus eo bet lavaret: Karout a ri da nesań, hag e kasai da enebour.

44  Met me a lavar deoc'h: Karit hoc'h enebourien, bennigit ar re a villig ac'hanoc'h, grit vad d'ar re a gasa ac'hanoc'h, ha pedit evit ar re ho kwallgas hag hoc'h heskin,

45  evit ma viot mibien ho Tad a zo en neńvoł. Rak eń a ra d'e heol sevel war ar re fall ha war ar re vat, hag a laka ar glav da gouezhań war ar re reizh ha war ar re zireizh.

46  Rak mar karit ar re ho kar, peseurt gopr ho po? Ha ne ra ket zoken ar bublikaned kement-se?

47  Ha ma ne saludit nemet ho preudeur, petra a rit dreist ar re all? Ha ne ra ket zoken ar bublikaned kement-se?

48  Bezit eta peurvat evel ma'z eo peurvat ho Tad a zo en neńvoł.

 

Pennad 6

An aluzen

1  Lakait evezh na rafec'h hoc'h aluzen dirak an dud evit bezań gwelet ganto, anez n'ho po ket a c'hopr digant ho Tad a zo en neńvoł.

2  Pa ri eta aluzen, na son ket an drompilh ez raok, evel ma ra ar bilpouzed er sinagogennoł hag er straedoł, evit resev gloar digant an dud. Me a lavar deoc'h e gwirionez, o deus o gopr.

3  Met pa ri aluzen, gra na ouezo ket da zorn kleiz ar pezh a ra da zorn dehoł,

4  evit ma vo graet da aluzen e-kuzh, ha da Dad hag a wel e-kuzh en rento dit dirak an holl.

Ar bedenn

5  Pa bedi, na ra ket evel ar bilpouzed, rak karout a reont pediń en o sav er sinagogennoł hag e kornioł ar straedoł, evit bezań gwelet gant an dud. Me a lavar deoc'h e gwirionez, o deus o gopr.

6  Met te pa bedi, kae ez kambr, hag o vezań serret da zor, ped da Dad a zo e-kuzh, ha da Dad a wel e-kuzh en rento dit dirak an holl.

7  Pa bedot, n'en em servijit ket a adlavarioł aner evel tud ar broadoł, rak krediń a reont ez eo dre galz a gomzoł e vint selaouet.

8  Na vezit ket eta heńvel outo, rak ho Tad a oar petra hoc'h eus ezhomm a-raok ma c'houlennit digantań.

9  C'hwi eta, pedit evel-henn: Hon Tad hag a zo en neńv, ra vo santelaet da anv,

10  ra zeuio da rouantelezh, ra vo graet da volontez war an douar evel en neńv,

11  ro deomp hiziv hor bara pemdeziek,

12  pardon deomp hor mankoł, evel ma pardonomp ivez d'ar re o deus manket ouzhimp,

13  ha n'hon heńch ket d'an temptadur, met hon dieub eus an droug, rak dit eo ar ren, ar galloud hag ar c'hloar da viken. Amen.

14  Rak mar pardonit d'an dud o mankoł, ho Tad neńvel a bardono ivez deoc'h,

15  met ma ne bardonit ket d'an dud o mankoł, ho Tad ne bardono ket kennebeut ho mankoł deoc'h.

Ar yun

16  Pa yunot, na rit ket ur min trist evel ar bilpouzed, rak kemer a reont un dremm divinet evit diskouez d'an dud e yunont. Me a lavar deoc'h e gwirionez, o deus o gopr.

17  Met te pa yuni, laka c'hwezh-vat war da benn ha gwalc'h da zremm,

18  evit na vo ket gwelet gant an dud e yunez, met hepken gant da Dad a zo e-kuzh, ha da Dad a wel e-kuzh en rento dit dirak an holl.

Un teńzor en neńv; Lamp ar c'horf

19  Na zastumit ket deoc'h teńzorioł war an douar, el lec'h ma'z int breinet gant ar preńved ha gant ar mergl, hag el lec'h ma toull al laeron hag e skrapont,

20  met dastumit deoc'h teńzorioł en neńv, el lec'h n'int breinet na gant ar mergl na gant ar preńved, hag el lec'h na doull ket al laeron ha na skrapont ket.

21  Rak el lec'h m'emań ho teńzor, eno ivez e vo ho kalon.

22  Al lagad eo lamp ar c'horf. Mard eo eta yac'h da lagad, da holl gorf a vo sklźrijennet,

23  met mard eo fall da lagad, da holl gorf a vo en deńvalijenn. Mard eo eta teńval ar sklźrijenn a zo ennout, pegen bras e vo an deńvalijenn-se!

24  Den ebet ne c'hell servijań daou vestr, rak pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c'hellit ket servijań Doue ha Mammon.

Na vezit ket nec'het

25  Setu perak e lavaran deoc'h: Na vezit ket nec'het evit ho puhez eus ar pezh a zebrot pe a evot, nag evit ho korf gant petra e viot gwisket. Ar vuhez, ha n'eo ket muioc'h eget ar boued, hag ar c'horf muioc'h eget an dilhad?

26  Sellit ouzh laboused an neńv: ne hadont ket ha ne vedont ket, ne zastumont netra e solieroł, hag ho Tad neńvel a vag anezho. Ha ne dalvezit ket kalz muioc'h egeto?

27  Piv ac'hanoc'h, gant e holl nec'h, a c'hellfe kreskiń e vent eus un ilinad (~ 50 cm)?

28  Perak ivez oc'h nec'het diwar-benn ho tilhad? Sellit penaos e kresk lili ar parkeier, ne labouront ket ha ne nezont ket,

29  koulskoude e lavaran deoc'h, Salomon e-unan, en e holl c'hloar, n'eo ket bet gwisket evel unan anezho.

30  Mar gwisk Doue evel-se geot ar parkeier, a zo hiziv hag a vo taolet er forn warc'hoazh, pegement muioc'h e wisko ac'hanoc'h, tud a nebeut a feiz?

31  Na vezit ket nec'het o lavarout: Petra a zebrimp? Petra a evimp? Gant petra e vimp gwisket?

32  Rak tud ar broadoł eo ar re a glask an holl draoł-se. Ho Tad neńvel a oar hoc'h eus ezhomm eus kement-se.

33  Met klaskit da gentań rouantelezh Doue hag e reizhder, hag an holl draoł-se a vo roet deoc'h ouzhpenn.

34  Na vezit ket nec'het eta gant warc'hoazh, rak warc'hoazh a gemero preder anezhań e-unan. Da bep devezh eo a-walc'h e boan.

 

Pennad 7

Na varnit ket

1  Na varnit ket, evit na viot ket barnet.

2  Rak barnet e viot gant an hevelep barn ma varnit ganti, ha muzuliet e vo deoc'h gant an hevelep muzul ma vuzuilhit gantań.

3  Perak e sellez ouzh ar blouzenn a zo e lagad da vreur, ha ne welez ket an treust a zo ez lagad da-unan?

4  Pe penaos e lavarez da'z preur: Va lez da dennań ar blouzenn a zo ez lagad, ha setu ez eus un treust ez lagad?

5  Pilpous, tenn da gentań an treust eus da lagad, ha neuze e weli sklaer evit tennań ar blouzenn eus lagad da vreur.

6  Na roit ket an traoł santel d'ar chas, ha na daolit ket ho perlez dirak ar moc'h, gant aon n'o mac'hfent, hag o tistreiń na ziskolpfent ac'hanoc'h.

Kennerzhań er bedenn

7  Goulennit hag e vo roet deoc'h, klaskit hag e kavot, skoit hag e vo digoret deoc'h.

8  Rak an neb a c'houlenn a resev, an neb a glask a gav, an neb a sko e vez digoret dezhań.

9  Piv eo an den en ho touez a roio ur maen d'e vab pa c'houlenn bara digantań?

10  Pe mar goulenn ur pesk, hag-eń e roio dezhań un naer?

11  Mar gouzoc'h eta, ha c'hwi fall, reiń traoł mat d'ho pugale, pegement muioc'h ho Tad a zo en neńvoł a roio traoł mat d'ar re o goulenn digantań.

12  Kement tra a fell deoc'h e rafe an dud deoc'h, grit-eń eta dezho, rak aze emań al lezenn hag ar brofeded.

An daou hent

13  It e-barzh dre an nor strizh. Rak ledan eo an nor ha frank eo an hent a gas d'ar gollidigezh, ha kalz a dud a dremen dre eno.

14  Met strizh eo an nor hag enk eo an hent a gas d'ar vuhez, hag ez eus nebeut a dud hag a gav anezho.

Ar fals-profeded

15  Diwallit diouzh ar fals-profeded a zeu d'ho kavout e gwiskamant deńved, met a zo en diabarzh nemet bleizi skraperien.

16  O anavezout a reot diouzh o frouezh. Ha dastum a reer rezin diwar spern pe fiez diwar askol?

17  Evel-se pep gwezenn vat a ro frouezh mat, met ar wezenn fall a ro frouezh fall.

18  Ur wezenn vat ne c'hell ket reiń frouezh fall, nag ur wezenn fall reiń frouezh mat.

19  Pep gwezenn na ro ket frouezh mat a zo troc'het ha taolet en tan.

20  Diouzh o frouezh eta o anavezot.

21  Kement hini a lavar din: Aotrou, Aotrou, ned aio ket e rouantelezh an neńvoł, met an hini a ra bolontez va Zad a zo en neńvoł.

22  Meur a hini a lavaro din en deiz-se: Aotrou, Aotrou, ha n'hon eus ket profedet ez anv? Ha n'hon eus ket kaset kuit diaouled ez anv? Ha n'hon eus ket graet kalz a virakloł ez anv?

23  Neuze e lavarin sklaer dezho: Biskoazh ne'm eus hoc'h anavezet, en em dennit diouzhin, c'hwi hag en em ro d'an direizhder.

Parabolenn an daou ziazez

24  Piv bennak eta a glev ar c'homzoł-mań a lavaran, hag a sent outo, a geńverin gant un den fur en deus savet e di war ar roc'h.

25  Kouezhet eo ar glav, deuet eo ar froudoł, ha c'hwezhet o deus an avelioł ha skoet o deus a-enep an ti-se, ha n'eo ket kouezhet, dre ma oa diazezet war ar roc'h.

26  Met piv bennak a glev ar c'homzoł-mań a lavaran, ha na sent ket outo, a vo heńvel ouzh un den diskiant en deus savet e di war an traezh.

27  Kouezhet eo ar glav, deuet eo ar froudoł, ha c'hwezhet o deus an avelioł ha skoet o deus a-enep an ti-se, ha kouezhet eo, ha bras eo bet e ziskar.

28  P'en doe Jezuz peurlavaret ar c'homzoł-mań, an engroezioł a voe souezhet gant e gelennadurezh,

29  rak o deskiń a rae evel unan a oa galloud gantań, ha nann evel ar skribed.

 

Pennad 8

Jezuz a yac'ha un den lovr

1  Pa voe diskennet eus ar menez, engroezioł bras a heulias anezhań.

2  Ha setu, un den lovr a zeuas hag a stouas dirazań, en ur lavarout: Aotrou, mar fell dit, e c'hellez va glanaat.

3  Jezuz a astennas e zorn hag a stokas outań, en ur lavarout: Fellout a ra din, bez glanaet. Ha diouzhtu e lorgnez a voe glanaet.

4  Neuze Jezuz a lavaras dezhań: Diwall da lavarout an dra-mań da zen ebet, met kae, en em ziskouez d'an aberzhour, ha kinnig ar prof en deus gourc'hemennet Moizez, evit ma servijo kement-se da desteni dezho.

Jezuz a yac'ha mevel ur c'hantener

5  Pa voe antreet Jezuz e Kafarnaoum, e teuas d'e gavout ur c'hantener, a bedas anezhań

6  o lavarout: Aotrou, va mevel a zo gourvezet em zi, seizet ha gwall boaniet.

7  Jezuz a lavaras dezhań: Mont a rin, hag e yac'hain anezhań.

8  Ar c'hantener a respontas, o lavarout: Aotrou, n'on ket dellezek e teufes dindan va zoenn, met lavar ur gomz hepken, ha va mevel a vo yac'haet.

9  Rak me va-unan a zo un den lakaet dindan galloud reoł all, hag am eus soudarded dindanon. Hag e lavaran da unan: Kae! Hag ez a; d'egile: Deus! Hag e teu; ha da'm mevel: Gra kement-mań! Hag en gra.

10  Pa glevas kement-se, Jezuz a voe souezhet hag a lavaras d'ar re en heulie: E gwirionez e lavaran deoc'h, ne'm eus ket kavet ur feiz ken bras zoken en Israel.

11  Evel-se e lavaran deoc'h ma teuio kalz eus ar sav-heol hag eus ar c'huzh-heol, hag a vo ouzh taol e rouantelezh an neńvoł gant Abraham, Izaak ha Jakob,

12  met bugale ar rouantelezh a vo taolet e teńvalijenn an diavaez, e-lec'h ma vo goueladegoł ha grigońsadegoł-dent.

13  Neuze Jezuz a lavaras d'ar c'hantener: Kae, ha ra vo graet dit hervez ma ec'h eus kredet. Ha war ar memes tro e voe yac'haet e vevel.

Jezuz a yac'ha mamm-gaer Pźr ha tud klańv all

14  Jezuz, o vezań deuet da di Pźr, a welas e vamm-gaer war he gwele, klańv gant an derzhienn.

15  O vezań stoket ouzh he dorn, an derzhienn a yeas kuit diouti. Hi a savas hag a servijas anezho.

16  Deuet an abardaez e voe degaset dezhań meur a hini dalc'het gant diaouled. Kas a reas kuit ar speredoł dre e gomz, hag e yac'haas an holl re a oa klańv,

17  evit ma vefe sevenet ar pezh a oa bet lavaret gant Izaia ar profed: Kemeret en deus e-unan hor mac'hagnoł, ha douget hor c'hleńvedoł.

Heuliań Jezuz

18  Jezuz o welout un engroez bras war e dro, a c'hourc'hemennas tremen d'ar ribl all.

19  Ur skrib a dostaas hag a lavaras dezhań: Mestr, mont a rin war da lerc'h e kement lec'h ma'z i.

20  Jezuz a lavaras dezhań: Al lern o deus toulloł ha laboused an neńv o deus neizhioł, met Mab an den n'en deus lec'h ebet evit harpań e benn.

21  Un all eus e ziskibien a lavaras dezhań: Aotrou, lez ac'hanon da vont da gentań da sebeliań va zad.

22  Jezuz a lavaras dezhań: Deus war va lerc'h, ha lez ar re varv da sebeliań o re varv.

Ar barrad-amzer sioulaet gant Jezuz

23  Pignat a reas en ur vag, hag e ziskibien en heulias.

24  Ha setu e savas ur barrad-amzer bras war ar mor, e doare ma oa goloet ar vag gant ar c'hoummoł-mor. Hag eń a gouske.

25  E ziskibien a zeuas hag en dihunas, en ur lavarout: Aotrou, hor savete, mont a reomp da goll!

26  Lavarout a reas dezho: Perak hoc'h eus aon, tud a nebeut a feiz? Neuze, o vezań savet, e c'hourdrouzas d'an avelioł ha d'ar mor, hag e voe ur sioulder bras.

27  An dud-se a voe estlammet hag a lavaras: Piv eo eta hemań, ma sent zoken an avelioł hag ar mor outań?

Jezuz a yac'ha daou C'hergezeniad dalc'het gant diaouled

28  Pa voe tremenet en tu all, e bro ar C'hergezeniz, daou zen dalc'het gant diaouled o tont eus ar bezioł a zeuas d'e gavout. Ken dańjerus e oant ma ne c'helle den tremen dre an hent-se.

29  Ha setu e krijont, o lavarout: Petra a zo etre ni ha te, Jezuz Mab Doue? Ha deuet out amań evit hor poaniań a-raok an amzer?

30  Bez' e oa ur bagad bras a voc'h o peuriń ur pennad diouzh eno.

31  An diaouled en pedas o lavarout: Mar kasez ac'hanomp kuit, lez ac'hanomp da vont er bagad moc'h-se.

32  Eń a lavaras dezho: Kit. Int, o vezań aet er-maez, a yeas er bagad moc'h. Ha setu, an holl vagad moc'h en em daolas war red eus al lec'h uhel-se er mor, hag e varvjont en doureier.

33  Ar re o mźsae a dec'has kuit, hag o vezań aet e kźr, e tisklźrjont an holl draoł-se hag ar pezh a oa c'hoarvezet gant ar re a oa dalc'het gant an diaouled.

34  Ha setu, holl dud kźr a yeas da gavout Jezuz. O vezań e welet, e pedjont anezhań da bellaat diouzh o bro.

 

Pennad 9

Jezuz a yac'ha un den seizet

1  O vezań pignet er vag, ec'h adtreuzas ar mor hag a zeuas d'e gźr.

2  Ha setu e tegasjont dezhań un den seizet gourvezet war ur gwele. Jezuz, o welout o feiz, a lavaras d'an den seizet: Mab, kemer fiziańs, da bec'hedoł a zo pardonet dit.

3  Neuze ur re eus ar skribed a lavare enno o-unan: Hemań a wallgomz.

4  Jezuz, oc'h anavezout o sońjezonoł, a lavaras: Perak hoc'h eus sońjoł fall en ho kalonoł?

5  Rak petra eo an aesań: lavarout: Da bec'hedoł a zo pardonet dit, pe lavarout: Sav ha kerzh?

6  Met evit ma ouiot en deus Mab an den war an douar ar galloud da bardoniń ar pec'hedoł, e lavaras d'an den seizet: Sav, tap da wele, ha kae da'z ti.

7  Hag e savas, hag ez eas d'e di.

8  Pa welas an engroez kement-se, e voent estlammet hag e rojont gloar da Zoue dre m'en doa roet un hevelep galloud d'an dud.

Jezuz a c'halv Mazhev

9  Jezuz a yeas ac'hane, hag e welas un den anvet Mazhev, azezet e ti ar gwirioł, hag e lavaras dezhań: Deus war va lerc'h. O vezań savet ez eas war e lerc'h.

10  Evel ma oa Jezuz ouzh taol en ti, setu e teuas kalz a bublikaned hag a dud a vuhez fall d'en em lakaat ouzh taol gantań ha gant e ziskibien.

11  Pa welas ar farizianed kement-se, e lavarjont d'e ziskibien: Perak e tebr ho mestr gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall?

12  Jezuz o vezań klevet-se a lavaras dezho: N'eo ket ar re a zo yac'h o deus ezhomm a vedisin, met ar re a zo klańv.

13  It eta ha deskit kement ha petra a dalvez: Trugarez a fell din ha nann aberzhoł, rak n'on ket deuet evit gervel d'ar geuzidigezh ar re reizh, met ar bec'herien.

Ar yun

14  Neuze diskibien Yann a zeuas d'e gavout, o lavarout: Perak e yun ni hag ar farizianed alies, ha da ziskibien-te ne yunont ket?

15  Jezuz a lavaras dezho: Daoust hag-eń e c'hell en em c'hlac'hariń mignoned an den nevez e-pad m'emań an den nevez ganto? Met deizioł a zeuio ma vo lamet an den nevez diganto, ha neuze e yunint.

16  Den ne laka un tamm mezher nevez ouzh un dilhad kozh, rak diframmań a rafe an dilhad, hag ar rog a vefe brasoc'h.

17  Ne lakaer ket kennebeut gwin nevez e seier-lźr kozh, rak ar seier a ziframmfe, ar gwin a redfe, hag ar seier-lźr a vefe kollet. Met ar gwin nevez a zle bezań lakaet e seier-lźr nevez, hag e virer an eil hag egile.

Jezuz a zasorc'h merc'h ar penn, hag a yac'ha ar vaouez gant an diwadań

18  Evel ma lavare dezho an traoł-se, setu e teuas ur penn a stouas dirazań, en ur lavarout: Va merc'h a zo o paouez mervel, met deus, laka da zaouarn warni, hag e vevo.

19  Jezuz a savas hag a yeas war e lerc'h gant e ziskibien.

20  Ha setu ur vaouez, klańv gant an diwadań daouzek vloaz a oa, a zeuas a-ziadreńv hag a stokas ouzh pempilhenn e zilhad,

21  rak hi a lavare enni hec'h-unan: Mar stokan hepken ouzh e zilhad, e vin yac'haet.

22  Jezuz o vezań distroet hag o sellout outi, a lavaras: Merc'h, kemer fiziańs, da feiz he deus da yac'haet. Ha raktal e voe yac'haet ar vaouez.

23  Pa voe deuet Jezuz e ti ar penn, ha pa welas ar fleüterien hag an engroez oc'h ober trouz,

24  e lavaras dezho: It kuit, rak ar plac'h yaouank n'eo ket marv, met kousket eo. Hag int a reas goap outań.

25  Goude ma voe bet kaset an engroez er-maez, ez eas e-barzh hag e kemeras dorn ar plac'h yaouank, hag hi a savas.

26  Ar vrud a gement-se a yeas dre an holl vro.

Jezuz a yac'ha daou zen dall hag un den mut

27  Evel ma'z ae Jezuz pelloc'h, daou zen dall a zeuas war e lerc'h, o krial hag o lavarout: Az pez truez ouzhimp, Mab David!

28  Pa voe deuet en ti, an dud dall a zeuas d'e gavout, ha Jezuz a lavaras dezho: Ha c'hwi a gred e c'hellfen ober kement-se? Ya, Aotrou! emezo.

29  Neuze e stokas ouzh o daoulagad, en ur lavarout: Ra vo graet deoc'h hervez ho feiz.

30  Hag o daoulagad a voe digoret. Jezuz a roas dezho ar gourc'hemenn start-mań: Diwallit na vefe gouezet kement-se gant den ebet.

31  Met int, o vezań aet er-maez, a gasas ar vrud a gement-se dre an holl vro.

32  Evel ma'z aent kuit, setu e voe degaset dezhań un den mut dalc'het gant un diaoul.

33  Pa voe kaset kuit an diaoul, an den mut a gomzas. Hag an engroez estlammet a lavare: Biskoazh n'eo bet gwelet kemend-all en Israel.

34  Met ar farizianed a lavare: Kas a ra kuit an diaouled dre brińs an diaouled.

Nebeut a labourerien a zo

35  Jezuz a yae dre an holl gźrioł ha dre an holl vourc'hioł, en ur gelenn en o sinagogennoł, en ur brezeg Keloł Mat (= Aviel) ar rouantelezh, hag en ur yac'haat pep kleńved ha pep mac'hagn e-touez ar bobl.

36  O welout an engroez-se, en doe truez outo dre ma oant skuizh ha dianket, evel deńved hep mźsaer.

37  Neuze e lavaras d'e ziskibien: Bras-meurbet eo an eost, met nebeut a labourerien a zo.

38  Pedit eta Aotrou an eost, evit ma kaso labourerien en e eost.

 

Pennad 10

Dibab an Daouzek; An Daouzek kaset

1  Neuze e c'halvas e zaouzek diskibl, hag e roas dezho ar galloud da gas kuit ar speredoł hudur, ha da yac'haat pep kleńved ha pep mac'hagn.

2  Setu anvioł an daouzek abostol: An hini kentań, Simon anvet Pźr, hag Andrev e vreur; Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur;

3  Filip, ha Bartolome; Tomaz, ha Mazhev ar publikan; Jakez mab Alfe, ha Lebbe lesanvet Tadde;

4  Simon ar C'hananead; Judaz Iskariod, an hini en gwerzhas ivez.

5  Jezuz a gasas an daouzek-se hag a roas e c'hourc'hemennoł dezho, o lavarout: N'it ket etrezek ar broadoł ha n'it ket e kźrioł ar Samaritaned,

6  met it kentoc'h etrezek deńved kollet ti Israel.

7  En ur vont, prezegit ha lavarit: Rouantelezh an neńvoł a zo tost.

8  Yac'hait ar re glańv, glanait ar re lovr, dasorc’hit ar re varv, kasit kuit an diaouled. Resevet hoc'h eus evit netra, roit evit netra.

9  Na gemerit ganeoc'h nag aour, nag arc'hant, na moneiz en ho kouriz,

10  na sac'h evit ar veaj, na div doneg, na botoł, na bazh, rak al labourer a zo dleet dezhań e voued.

11  E peseurt kźr bennak pe bourc'h bennak ma'z eot e-barzh, goulennit piv a zo dellezek, ha chomit eno betek ma'z eot kuit ac'hane.

12  En ur vont en un ti, saludit-eń.

13  Mard eo dellezek an ti a gement-se, ra zeuio ho peoc'h warnań, met, ma n'eo ket dellezek, ra zistroio ho peoc'h deoc'h.

14  Ha p'en em gavo tud n'ho tegemerint ket ha ne selaouint ket ho komzoł, pa'z eot kuit eus an ti-se pe eus ar gźr-se, hejit ar poultr eus ho treid.

15  Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos e vo dousoc'h da vro Sodom ha Gomora en deiz ar varn eget d'ar gźr-se.

Heskinet e vo an diskibien; Kemennet ha kalonekaet int

16  Setu e kasan ac'hanoc'h evel deńved e-touez ar bleizi, bezit eta war evezh evel naered ha dizrouk evel koulmed.

17  Diwallit diouzh an dud, rak ho kas a raint dirak al lezioł-barn, hag ho skourjezint en o sinagogennoł.

18  Kaset e viot dirak gouarnourien ha dirak rouaned abalamour din, evit reiń testeni din dirazo ha dirak ar broadoł.

19  Met pa roint ac'hanoc'h, n'en em lakait ket e poan na penaos na petra a lavarot, rak roet e vo deoc'h war an eur-se ar pezh ho po da lavarout.

20  Rak n'eo ket c'hwi a gomz, met Spered ho Tad eo a gomz ennoc'h.

21  Ar breur a werzho e vreur d'ar marv, hag an tad e vugel, ar vugale en em savo a-enep o zud hag o lakaint d'ar marv.

22  Kasaet e viot gant an holl abalamour da'm anv, met an hini a gendalc'ho betek ar fin a vo salvet.

23  Pa viot heskinet en ur gźr, tec'hit d'un all. Lavarout a ran deoc'h e gwirionez, n'ho po ket echu da vont dre holl gźrioł Israel, ma vo deuet Mab an den.

24  An diskibl n'eo ket uheloc'h eget e vestr, nag ar mevel uheloc'h eget e aotrou.

25  A-walc'h eo d'an diskibl bezań evel e vestr, ha d'ar mevel bezań evel e aotrou. Mar o deus anvet mestr an tiegezh Beelzebul, pegement muioc'h ne anvint ket tud e diegezh.

26  N'ho pet ket aon eta razo, dre ma n'eus netra goloet na dle bezań dizoloet, ha netra kuzhet na dle bezań anavezet.

27  Ar pezh a lavaran deoc'h en deńvalijenn, lavarit-eń er sklźrijenn, hag ar pezh a lavaran deoc'h e pleg ho skouarn, prezegit-eń war an toennoł.

28  N'ho pet ket aon rak ar re a lazh ar c'horf ha ne c'hellont ket lazhań an ene. Ho pet aon kentoc'h rak an hini a c'hell kas da get an ene hag ar c'horf er gehenn.

29  Ha ne werzher ket daou c'holvan evit ur gwenneg? Koulskoude, ne gouezh ket unan anezho war an douar hep bolontez ho Tad.

30  Ha zoken blev ho penn a zo kontet holl.

31  N'ho pet ket aon eta, c'hwi a dalvez muioc'h eget kalz a c'holvaned.

32  Piv bennak eta a anzavo ac'hanon dirak an dud, e anzav a rin ivez dirak va Zad a zo en neńvoł,

33  met piv bennak a zianzavo ac'hanon dirak an dud, e zianzavo a rin ivez dirak va Zad a zo en neńvoł.

34  Na sońjit ket e vefen deuet da zegas ar peoc'h war an douar. N'on ket deuet da zegas ar peoc'h, met ar c'hleze.

35  Rak deuet on da lakaat an dizunvaniezh, ar mab a-enep e dad, ar verc'h a-enep he mamm, ar verc'h-kaer a-enep he mamm-gaer,

36  hag an den en devo da enebourien tud e di.

37  An neb a gar e dad pe e vamm muioc'h egedon n'eo ket dellezek ac'hanon, hag an neb a gar e vab pe e verc'h muioc'h egedon n'eo ket dellezek ac'hanon.

38  An neb na gemer ket e groaz ha na zeu ket war va lerc'h n'eo ket dellezek ac'hanon.

39  An hini en devo miret e ene en kollo, hag an hini en devo kollet e ene abalamour din en kavo.

40  An neb ho tegemer am degemer, hag an neb am degemer a zegemer an hini en deus va c'haset.

41  An neb a zegemer ur profed en anv a brofed en devo ur gopr a brofed, hag an neb a zegemer un den reizh en anv a zen reizh en devo ur gopr a zen reizh.

42  Ha piv bennak a roio ur werennad dour fresk hepken da unan eus ar re vihan-se abalamour ma'z eo va diskibl, me a lavar deoc'h e gwirionez, ne gollo ket e c'hopr.

 

Pennad 11

Diwar-benn Yann-Vadezour

1  P'en doe Jezuz echuet da reiń e gemennoł d'e zaouzek diskibl, ez eas ac'hane da gelenn ha da brezeg en o c'hźrioł.

2  Yann, o vezań klevet en e doull-bac'h komz diwar-benn oberennoł Krist, a gasas daou eus e ziskibien da lavarout dezhań:

3  Bez' out an hini a zle dont, pe e tleomp gortoz un all?

4  Jezuz a respontas hag a lavaras dezho: It ha lavarit da Yann ar pezh a glevit hag a welit:

5  an dud dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a zo dasorc'het, an Aviel a zo prezeget d'ar beorien.

6  Eürus eo an neb na gavo ket a abeg da gouezhań ennon.

7  Evel ma'z aent kuit, Jezuz en em lakaas da lavarout d'an engroez diwar-benn Yann: Petra oc'h aet da welout er gouelec'h? Ur gorzenn hejet gant an avel?

8  Met petra oc'h aet da welout? Un den gwisket gant dilhad kaer? Setu, ar re a zo gwisket gant dilhad kaer a zo e tiez ar rouaned.

9  Met petra oc'h aet da welout? Ur profed? Ya a lavaran deoc'h, ha muioc'h eget ur profed.

10  Rak eń eo an hini a zo skrivet diwar e benn: Setu e kasan va c'hannad dirak da zremm, evit ma kempenno da hent a-raok dit.

11  Me a lavar deoc'h e gwirionez, e-touez ar re a zo bet ganet gant gwragez, n'eus bet savet hini brasoc'h eget Yann-Vadezour. Koulskoude, an hini bihanań e rouantelezh an neńvoł a zo brasoc'h egetań.

12  Adalek amzer Yann-Vadezour betek bremań, rouantelezh an neńvoł a zo kemeret dre nerzh, hag ar re daer eo he skrap.

13  Rak an holl brofeded hag al lezenn o deus diouganet betek Yann.

14  Ha mar fell deoc'h kompren, eń eo an Elia a zlee dont.

15  Ra selaouo an neb en deus divskouarn da glevout.

16  Gant petra e keńverin ar rummad-mań? Heńvel eo ouzh bugale azezet war al leurgźrioł hag a gri da vugale all,

17  o lavarout: Ni hon eus sonet deoc'h ar fleüt ha n'hoc'h eus ket dańset, ni hon eus kanet deoc'h hirvoudoł ha n'hoc'h eus ket douget kańv.

18  Rak Yann a zo deuet, hep debriń nag evań, hag e lavaront: Un diaoul a zo ennań.

19  Mab an den a zo deuet, o tebriń hag oc'h evań, hag e lavaront: Setu un debrer hag un ever, ur mignon d'ar bublikaned ha d'ar bec'herien. Met ar furnez a zo bet reishaet gant he bugale.

Kźrioł n'o deus ket bet keuz

20  Neuze en em lakaas d'ober rebechoł d'ar c'hźrioł en doa graet enno an darn vuiań eus e virakloł, dre ma n'o doa ket bet keuz.

21  Gwalleur dit, Korazin! Gwalleur dit, Betsaida! Rak ma vije bet graet e Tir hag e Sidon ar mirakloł a zo bet graet ennoc'h, pell zo e vijent kaout keuz gant ar sac'h hag al ludu.

22  Setu perak en lavaran deoc'h, e vo dousoc'h da Dir ha da Sidon en deiz ar varn eget deoc'h.

23  Ha te Kafarnaoum, te a zo bet savet betek an neńv, izelaet e vi betek lec'h ar marv, rak ma vije bet graet e Sodom ar mirakloł a zo bet graet ez kreiz, e vije chomet c'hoazh betek hiziv.

24  Setu perak en lavaran deoc'h, e vo dousoc'h da Vro-Sodom en deiz ar varn eget dit.

An diskuizh e Jezuz

25  En amzer-se Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras: Da drugarekaat a ran, Tad, Aotrou an neńv hag an douar, ma ec'h eus kuzhet an traoł-se ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek, ha ma ec'h eus o diskuliet d'ar vugale.

26  Ya, Tad, kement-se a zo evel-se dre ma ec'h eus e gavet mat.

27  Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab nemet an Tad, ha den ne oar piv eo an Tad nemet ar Mab, hag an hini e fell d'ar Mab e ziskuliań dezhań.

28  Deuit da'm c'havout, c'hwi holl a zo skuizh ha bec'hiet, ha me ho tiboanio.

29  Kemerit va yev warnoc'h ha deskit diganin, rak me a zo dous hag izelek a galon, hag e kavot diskuizh d'hoc'h eneoł.

30  Rak va yev a zo aes ha va bec'h a zo skańv.

 

Pennad 12

Jezuz, mestr ar sabad

1  En amzer-se Jezuz a dremenas dre barkeier ed un deiz sabad. E ziskibien o doe naon, hag en em lakajont da ziframmań tańvouezennoł ha d'o debriń.

2  Ar farizianed o welout kement-se, a lavaras dezhań: Setu, da ziskibien a ra ar pezh n'eo ket aotreet ober d'un deiz sabad?

3  Eń a lavaras dezho: Ha n'hoc'h eus ket lennet ar pezh a reas David p'en doe naon, eń hag ar re a oa gantań,

4  penaos ez eas e ti Doue hag e tebras ar baraoł a ginnig, ne oa aotreet o debriń na dezhań na d'ar re a oa gantań, nemet d'an aberzhourien hepken?

5  Pe n'hoc'h eus ket lennet el lezenn, penaos d'an deizioł sabad, an aberzhourien a dorr ar sabad en templ hag ez int divlam?

6  Met me a lavar deoc'h, bez' ez eus amań unan brasoc'h eget an templ.

7  Mar goufec’h ar pezh a dalv kement-mań: Trugarez a fell din ha nann aberzhoł, n'ho pije ket kondaonet tud didamall.

8  Rak Mab an den a zo mestr zoken war ar sabad.

Jezuz a yac'ha un den disec'het e zorn

9  O vezań aet ac'hane, ez eas en o sinagogenn.

10  Ha setu e oa eno un den en doa un dorn disec'het. Hag e c'houlennatajont anezhań, o lavarout: Hag aotreet eo yac'haat d'an deizioł sabad? Evit e damall e oa.

11  Eń a lavaras dezho: Pehini ac'hanoc'h, mar en deus un dańvad ha ma kouezh en ur poull d'an deiz sabad, ne zeu ket d'e dennań ha d'e sevel?

12  Pegement e talvez muioc'h un den eget un dańvad! Setu perak e c'heller ober vad d'an deizioł sabad.

13  Neuze e lavaras d'an den: Astenn da zorn. E astenn a reas, hag e teuas da vezań yac'h evel egile.

14  Neuze ar farizianed, o vezań aet er-maez, a zalc'has kuzul a-enep dezhań, war an tu d'e lakaat da vervel.

Jezuz a yac'ha klańvourien e-leizh

15  Met Jezuz o c'houzout kement-se, en em dennas ac'hane. Un engroez bras a yeas war e lerc'h; eń o yac'haas holl

16  hag a c'hourc'hemennas start dezho n'en rojent ket da anavezout,

17  evit ma vefe sevenet komzoł ar profed Izaia, o lavarout:

18  Setu va servijer am eus dibabet, va c'haret-mat, ennań va ene en deus kemeret plijadur. Va Spered a lakain warnań, hag ec'h embanno ar reizhder d'ar broadoł.

19  Ne rioto ket, ne grio ket, den ne glevo e vouezh er straedoł.

20  Ne frigaso ket ar raosklenn dorret, ne vougo ket al lutigenn a zivoged c'hoazh, ken n'en devo lakaet ar reizhder da drec'hiń,

21  hag ar broadoł a espero en e anv.

22  Neuze e voe degaset dezhań un den dalc'het gant un diaoul, dall ha mut, hag e yac'haas anezhań, e doare ma komze ha ma wele an hini a oa bet dall ha mut.

23  An holl bobl, souezhet bras, a lavare: Ha n'eo ket hemań Mab David?

Parabolenn an den kreńv; Ar wallgomz a-enep ar Spered-Santel

24  Met ar farizianed, pa glevjont kement-se, a lavaras: Hennezh ne gas kuit an diaouled nemet dre Veelzebul, prińs an diaouled.

25  Jezuz oc'h anavezout o sońjoł, a lavaras dezho: Pep rouantelezh dizunanet a-enep dezhi hec'h-unan a zeuio da netra, ha pep kźr pe pep tiegezh dizunanet a-enep dezhań e-unan ne bado ket.

26  Mar deu Satan da gas Satan kuit, emań eta dizunanet a-enep dezhań e-unan. Penaos eta e pado e rouantelezh?

27  Mar kasan kuit an diaouled dre Veelzebul, dre biv o c'has kuit ho mibien? Setu perak e vint ho parnerien.

28  Met mar kasan kuit an diaouled dre Spered Doue, gwir eo eta penaos eo deuet betek ennoc'h rouantelezh Doue.

29  Pe, penaos e c'hell unan bennak mont e ti un den kreńv ha preizhań e vadoł, anez bezań da gentań ereet an den kreńv? Neuze hepken e preizho e di.

30  An hini n'emań ket ganin a zo a-enep din, hag an hini na zastum ket ganin a stlabez.

31  Setu perak e lavaran deoc'h, pep pec'hed ha pep gwallgomz a vo pardonet d'an dud, met ar wallgomz a-enep ar Spered-Santel ne vo ket pardonet d'an dud.

32  Piv bennak a lavaro ur gomz a-enep Mab an den, e vo pardonet dezhań, met piv bennak a gomzo a-enep ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet dezhań nag er c'hantved-mań nag er c'hantved da zont.

33  Pe lavarit eo mat ar wezenn, hag eo mat he frouezh, pe lavarit eo fall ar wezenn, hag eo fall he frouezh, rak ur wezenn a zo anavezet diouzh he frouezh.

34  Lignez a naered-gwiber, penaos e c'hellfec'h lavarout traoł mat, fall evel ma'z oc'h? Rak diouzh ar pezh a leugn ar galon eo e komz ar genoł.

35  An den mat a denn traoł mat eus teńzor mat ar galon, hag an den fall a denn traoł fall eus an teńzor fall.

36  Me a lavar deoc'h, en deiz ar varn, an dud a rento kont eus pep ger didalvez o devo lavaret.

37  Rak diwar da gomzoł e vi reishaet, ha diwar da gomzoł e vi kondaonet.

Mirakl Jonaz

38  Neuze ur re bennak eus ar skribed hag eus ar farizianed a gemeras ar gomz hag a lavaras: Mestr, ni hor befe c'hoant da'z kwelout oc'h ober ur mirakl.

39  Eń a respontas hag a lavaras dezho: Ur rummad fall hag avoultr a c'houlenn ur mirakl, ha ne vo roet mirakl ebet dezhań, nemet mirakl ar profed Jonaz.

40  Rak evel ma voe Jonaz tri devezh ha teir nozvezh e kof ar pesk bras, evel-se e vo Mab an den tri devezh ha teir nozvezh e kalon an douar.

41  Tud Ninive a savo da zeiz ar varn gant ar rummad-mań hag a gondaono anezhań, dre m'o deus bet keuz goude prezegenn Jonaz, ha setu, ez eus amań brasoc'h eget Jonaz.

42  Rouanez ar C'hreisteiz a savo da zeiz ar varn gant ar rummad-mań hag a gondaono anezhań, dre ma teuas eus penn pellań an douar evit klevout furnez Salomon, ha setu, ez eus amań brasoc'h eget Salomon.

Distro ar spered hudur

43  Pa vez aet kuit ur spered hudur eus un den, ez a dre lec'hioł sec'h o klask diskuizh, ha ne gav ket.

44  Neuze e lavar: Distreiń a rin da'm zi a-belec'h on deuet. O tont ennań, en kav goullo, skubet ha kempennet.

45  Neuze ez a, hag e kemer gantań seizh spered all gwashoc'h egetań, mont a reont di hag e chomont ennań, ha stad diwezhań an den-se a zeu da vezań gwashoc'h eget an hini gentań. Evel-se e c'hoarvezo gant ar rummad fall-mań.

Mamm ha breudeur Jezuz

46  Evel ma komze c'hoazh ouzh an engroez, setu, e vamm hag e vreudeur en em zalc'he er-maez hag a glaske komz outań.

47  Unan bennak a lavaras dezhań: Setu, da vamm ha da vreudeur en em zalc'h er-maez hag a c'hoanta komz ouzhit.

48  Met respont a reas, o lavarout d'an hini a gomze outań: Piv eo va mamm ha piv eo va breudeur?

49  Hag oc'h astenn e zorn war-zu e ziskibien, e lavaras: Setu va mamm ha va breudeur.

50  Rak piv bennak a raio bolontez va Zad a zo en neńvoł, hennezh eo va breur, va c'hoar ha va mamm.

 

Pennad 13

Parabolennoł Rouantelezh an Neńvoł; Parabolenn an hader

1  An hevelep deiz, Jezuz, o vezań aet er-maez eus an ti, a azezas e-tal ar mor.

2  Un engroez bras en em zastumas en-dro dezhań, setu perak e pignas en ur vag hag ec'h azezas. An holl engroez a chome war an aod.

3  Komz a reas dezho dre barabolennoł war galz a draoł, hag e lavaras: Setu, un hader a yeas er-maez da hadań.

4  Evel ma hade, ul lodenn eus an had a gouezhas a-hed an hent, hag al laboused a zeuas hag he debras holl.

5  Ul lodenn all a gouezhas e lec'hioł meinek ma oa eno nebeut a zouar, kerkent e savas rak ne gavas ket un douar don,

6  met pa uhelaas an heol e voe devet, ha dre ma ne oa ket a wrizienn e sec'has.

7  Ul lodenn all a gouezhas e-touez an drein, hag an drein a greskas hag he mougas.

8  Ul lodenn all a gouezhas en un douar mat, hag e roas frouezh, ur c'hreunenn kant, un all tri-ugent, un all tregont.

9  Ra selaouo an neb en deus divskouarn da glevout.

10  E ziskibien a dostaas hag a lavaras dezhań: Perak e komzez outo dre barabolennoł?

11  Jezuz a respontas dezho: Dre ma'z eo roet deoc'h da anavezout misterioł rouantelezh an neńvoł, ha ma n'eo ket roet kement-se dezho.

12  Rak roet e vo d'an neb en deus, hag en devo muioc'h a-fonn, met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantań zoken ar pezh en deus.

13  Setu perak e komzan dezho dre barabolennoł, evel-se o welout ne welont ket, hag o klevout ne glevont ket ha ne gomprenont ket.

14  Enno eo sevenet ar brofediezh-mań eus Izaia, a lavar: O klevout e klevot ha ne gomprenot ket, hag o welout e welot ha n'anavezot ket.

15  Rak kalon ar bobl-mań a zo deuet digizidik. Pounnerglevet o deus o divskouarn ha serret o deus o daoulagad, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o divskouarn da glevout, o c'halon da gompren, na zistrofent, ha na yac'hafen anezho.

16  Met eürus eo ho taoulagad dre ma welont, hag ho tivskouarn dre ma klevont.

17  Rak me a lavar deoc'h e gwirionez, kalz a brofeded hag a dud reizh o deus c'hoantaet gwelout ar pezh a welit ha n'o deus ket e welet, ha klevout ar pezh a glevit ha n'o deus ket e glevet.

18  C'hwi eta, komprenit parabolenn an hader.

19  Pa selaou un den komz ar rouantelezh ha ne gompren ket anezhi, an hini drouk a zeu hag a skrap ar pezh a zo bet hadet en e galon: hennezh eo an hini en deus degemeret an had a-hed an hent.

20  An hini en deus degemeret an had el lec'hioł meinek, eo an hini a glev ar gomz hag a asant dezhi kerkent gant levenez,

21  met n'en deus ket a wrizienn ennań e-unan, ne bad nemet ur pennad, ha pa zeu ur glac'har pe un heskinerezh en abeg d'ar gomz, e kav kerkent un abeg da gouezhań.

22  An hini en deus degemeret an had e-touez an drein, eo an hini a glev ar gomz, met prederioł ar bed-mań ha touellerezh ar pinvidigezhioł a voug ar gomz, hag e teu da vezań difrouezh.

23  An hini en deus degemeret an had en douar mat, eo an hini a glev ar gomz hag he c'hompren, hag e toug frouezh, ur c'hreunenn a ro kant, un all tri-ugent, un all tregont.

Parabolenn an dreog

24  Kinnig a reas dezho ur barabolenn, o lavarout: Rouantelezh an neńvoł a zo heńvel ouzh un den en deus hadet had mat en e bark.

25  Met e-pad ma oa kousket an dud, e teuas e enebour, hag e hadas dreog e-touez an ed, hag ez eas kuit.

26  An ed a greskas hag a roas frouezh, neuze en em ziskouezas ivez an dreog.

27  Mevelien ar penn-tiegezh a zeuas da lavarout dezhań: Aotrou, ha ne'c'h eus ket hadet had mat ez park? Penaos eta ez eus dreog ennań?

28  Respont a reas dezho: Un enebour en deus graet kement-se. Ar vevelien a lavaras dezhań: Ha fellout a ra dit ez afemp d'e dennań?

29  Nann, emezań, gant aon o tennań an dreog, na ziwriziennfec'h ivez an ed.

30  Lezit o-daou da greskiń betek an eost; ha da amzer an eost, e lavarin d'ar vederien: Tennit da gentań an dreog hag endrammit-eń evit e zeviń, met dastumit an ed em solier.

Parabolenn ar c'hreunenn sezv

31  Kinnig a reas dezho ur barabolenn all, o lavarout: Rouantelezh an neńvoł a zo heńvel ouzh ur c'hreunenn sezv en deus kemeret un den hag hadet en e bark.

32  Ar bihanań eus an holl hadoł eo, met pa'z eo kresket, ez eo brasoc'h eget al louzoł hag e teu da vezań ur wezenn, e doare ma teu laboused an neńv da gavout lojeiz en he brankoł.

Parabolenn ar goell

33  Lavarout a reas dezho ur barabolenn all: Rouantelezh a neńvoł a zo heńvel ouzh goell he deus kemeret ur vaouez ha lakaet e tri saton (~ 30 l) bleud, betek ma vefe an toaz goet holl.

34  Jezuz a lavaras an holl draoł-se d'an engroez e parabolennoł, ha ne gomze ket outo hep parabolenn,

35  e doare ma voe sevenet ar pezh a oa bet kemennet gant ar profed, o lavarout: Digeriń a rin va genoł evit parabolennoł, disklźriań a rin traoł kuzhet abaoe krouidigezh ar bed.

Disklźriadur parabolenn an dreog

36  Neuze, o vezań kaset kuit an engroez, e teuas en ti. E ziskibien a dostaas outań, o lavarout: Displeg deomp parabolenn dreog ar park.

37  Respont a reas, o lavarout dezho: An hini a had an had mat eo Mab an den;

38  ar park eo ar bed; an had mat eo bugale ar rouantelezh; an dreog eo bugale an droug;

39  an enebour en deus e hadet eo an diaoul; an eost eo diwezh ar bed; ar vederien eo an aeled.

40  Evel ma tenner an dreog ha ma taoler anezhań en tan, evel-se e c'hoarvezo en diwezh ar bed.

41  Mab an den a gaso e aeled da dennań eus e rouantelezh an holl abegoł a skouer fall hag ar re a ra an direizhder,

42  hag e taolint anezho en ur forn-dan, e-lec'h ma vo goueladegoł ha grigońsadegoł-dent.

43  Neuze an dud reizh a lugerno evel an heol e rouantelezh o Zad. Ra selaouo an neb en deus divskouarn da glevout.

Parabolenn an teńzor kuzhet

44  Rouantelezh an neńvoł a zo c'hoazh heńvel ouzh un teńzor kuzhet en ur park. Pa gav un den anezhań, en kuzh, ha gant al levenez en deus, ez a da werzhań kement en deus, hag e pren ar park-se.

Parabolenn ar berlezenn brizius-meurbet

45  Rouantelezh an neńvoł a zo c'hoazh heńvel ouzh ur marc'hadour a glask perlez kaer.

46  P'en deus kavet ur berlezenn brizius-meurbet, aet eo da werzhań kement en doa hag he frenet en deus.

Parabolenn ar roued

47  Rouantelezh an neńvoł a zo c'hoazh heńvel ouzh ur roued a zo bet taolet er mor, hag en deus dastumet pesked a bep seurt.

48  Pa voe leun, e tennjont anezhi war an aod. Goude bezań azezet, e lakajont ar re vat e listri hag e taoljont kuit ar re fall.

49  Evel-se e c'hoarvezo en diwezh ar bed. An aeled a zeuio hag a zispartio ar re zrouk eus a-douez ar re reizh,

50  hag e taolint anezho en ur forn-dan, e-lec'h ma vo goueladegoł ha grigońsadegoł-dent.

51  Jezuz a lavaras dezho: Ha komprenet mat hoc'h eus an holl draoł-se? Ya Aotrou, a respontjont.

Parabolenn ar penn-tiegezh

52  Hag e lavaras dezho: Setu perak kement skrib a zo desket-mat diwar-benn ar pezh a sell ouzh rouantelezh an neńvoł, a zo heńvel ouzh ur penn-tiegezh a denn traoł nevez ha traoł kozh eus e deńzor.

Jezuz en e vammvro

53  Goude m'en doe Jezuz peurlavaret ar parabolennoł-se, ez eas kuit ac'hano.

54  O vezań deuet en e vro, e kelennas anezho en o sinagogenn, e doare ma oant souezhet ha ma lavarent: A-belec'h e teu dezhań ar furnez hag ar mirakloł-se?

55  Ha n'eo ket mab ar c'halvez? E vamm, ha n'eo ket anvet Mari? Jakez, Jozez, Simon ha Jud, ha n'int ket e vreudeur?

56  Hag e c'hoarezed, ha n'emaint ket holl en hon touez? A-belec'h eta e teu dezhań an holl draoł-se?

57  Hag e voe evito un abeg da gouezhań. Met Jezuz a lavaras dezho: Ur profed n'eo disprizet nemet en e vro e-unan hag en e di e-unan.

58  Ha ne reas ket kalz a virakloł el lec'h-se en abeg d'o diskredoni.

 

Pennad 14

Yann-Vadezour drouklazhet

1  En amzer-se, Herodez an tetrark a glevas komz diwar-benn Jezuz,

2  hag a lavaras d'e servijerien: Yann-Vadezour eo! Dasorc'het eo a-douez ar re varv, ha dre-se eo en em ra mirakloł drezań.

3  Rak Herodez en doa graet pakań Yann, hag e eren hag e lakaat en toull-bac'h, en abeg da Herodiaz, gwreg Filip e vreur,

4  rak Yann a lavare dezhań: N'eo ket aotreet dit he c'haout da wreg.

5  C'hoant en doa d'e lakaat da vervel, met aon en doa rak an engroez, dre ma oa kemeret ganto evit ur profed.

6  Met pa voe lidet deiz-ha-bloaz ganedigezh Herodez, merc'h Herodiaz a zańsas dirak an dud, hag a blijas da Herodez,

7  e doare ma roas e c'her gant le e rofe dezhi kement a c'houlennfe.

8  Aliet gant he mamm, e lavaras: Ro din amań, war ur plad, penn Yann-Vadezour.

9  Ar roue a voe glac'haret, met en abeg d'e le ha d'ar re a oa azezet gantań, e c'hourc'hemennas e reiń dezhi,

10  hag e kasas da zibennań Yann en toull-bac'h.

11  E benn a voe degaset war ur plad ha roet d'ar plac'h yaouank, a roas anezhań d'he mamm.

12  Diskibien Yann a zeuas, a gemeras e gorf, hag a sebeilhjont anezhań. Hag ez ejont d'henn lavarout da Jezuz.

Pemp mil den maget gant Jezuz (Kentań kreskadur ar bara)

13  Pa glevas Jezuz kement-se, ez eas kuit ac'hano en ur vag, evit en em dennań a-du en ul lec'h distro. An engroez o vezań klevet-se, a yeas war e lerc'h, war droad, eus ar c'hźrioł.

14  Jezuz a yeas er-maez hag a welas un engroez bras, hag en doe truez outo; hag e yac'haas o c'hlańvourien.

15  An abardaez o vezań deuet, e ziskibien a dostaas outań hag a lavaras: Al lec'h-mań a zo distro ha diwezhat eo, kas kuit an engroez evit ma'z aint d'ar bourc'hioł da brenań boued.

16  Jezuz a lavaras dezho: N'o deus ket ezhomm da vont kuit, roit hoc'h-unan da zebriń dezho.

17  Lavarout a rejont dezhań: N'hon eus amań nemet pemp bara ha daou besk.

18  Hag e lavaras: Degasit-int din.

19  Hag e c'hourc'hemennas d'an engroez azezań war ar geot, e kemeras ar pemp bara hag an daou besk, hag o sevel e zaoulagad etrezek an neńv, e vennigas, e torras ar baraoł hag o roas d'e ziskibien, hag an diskibien d'an engroez.

20  Debriń a rejont holl hag o doe a-walc'h, hag e kasjont ganto daouzek panerad leun eus an tammoł a vane.

21  Ar re o doa debret a oa war-dro pemp mil den, hep kontań ar maouezed hag ar vugale.

Jezuz a gerzh war an dour

22  Kerkent goude, Jezuz a redias e ziskibien da vont er vag ha d'e ziaraogiń en tu all, e-pad ma kasfe an engroez en o hent.

23  P'en doe kaset kuit an engroez, e pignas war ar menez evit pediń a-du. An abardaez o vezań deuet, e oa eno e-unan.

24  Hag ar vag a oa dija e-kreiz ar mor, gwallgaset gant ar c'hoummoł, rak an avel a oa en o enep.

25  D'ar bedervet beilhadenn eus an noz, Jezuz a zeuas d'o c'havout o kerzhout war ar mor.

26  Pa welas an diskibien anezhań o kerzhout war ar mor, e voent trubuilhet hag e lavarjont: Un tasmant eo! Hag e krijont gant ar spont.

27  Met kerkent Jezuz a gomzas outo, hag a lavaras: Ho pet fiziańs, me eo, n'ho pet ket aon!

28  Pźr a respontas dezhań, hag a lavaras: Aotrou, mard eo te, gourc'hemenn ma'z in da'z kavout war an doureier.

29  Hag eń a lavaras: Deus! Pźr a ziskennas eus ar vag hag a gerzhas war an doureier evit mont da gavout Jezuz.

30  Met pa welas e oa kreńv an avel, en doa aon, hag evel ma kroge da sankań, e krias o lavarout: Aotrou, va savete!

31  Raktal Jezuz a astennas e zorn, a grogas ennań, hag a lavaras dezhań: Den a nebeut a feiz, perak ac'h eus diskredet?

32  Ha pa voent pignet er vag, e paouezas an avel.

33  Ar re a oa er vag a zeuas hag a azeulas anezhań, o lavarout: E gwirionez, te eo Mab Doue.

Jezuz a yac'ha tud klańv

34  Ha goude m'o doe treuzet, e teujont da vro C'henezared.

35  Tud al lec'h-mań o vezań e anavezet, a gasas kannaded en holl vro tro-war-dro, hag e voe degaset dezhań an holl dud klańv.

36  Pediń a rejont anezhań d'o lezel da stekiń hepken ouzh pempilhenn e zilhad. Ha kement hini a stoke outań, a oa yac'haet.

 

Pennad 15

Ar farizianed hag an hengoun

1  Neuze skribed ha farizianed a zeuas eus Jeruzalem da gavout Jezuz, hag e lavarjont:

2  Perak e torr da ziskibien hengoun a re gozh? Rak ne walc'hont ket o daouarn pa zebront o fred.

3  Respont a reas o lavarout dezho: Ha c'hwi, perak e torrit gourc'hemenn Doue gant hoc'h hengoun?

4  Rak Doue en deus roet un urzh , o lavarout: Enor da dad ha da vamm, hag: An hini a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d'ar marv.

5  Met c'hwi a lavar: An hini a lavaro d'e dad pe d'e vamm: Ar pezh am befe gallet reiń dit a zo ur prof,

6  n'en devo ket da enoriń e dad pe e vamm. C'hwi a gas da netra gourc'hemenn Doue gant hoc'h hengoun.

7  Pilpouzed, Izaia en deus profedet mat diwar ho penn, p'en deus lavaret:

8  Ar bobl-mań a dosta ouzhin gant o genoł, a enor ac'hanon gant o muzelloł, met o c'halon a zo pell diouzhin.

9  Met en aner eo ec'h enoront ac'hanon, o kelenn kemennadurioł a zo gourc'hemennoł tud.

Kalon an den

10  Hag e c'halvas an engroez hag e lavaras dezho: Selaouit ha komprenit.

11  N'eo ket ar pezh a ya en e c'henoł a saotr an den, met ar pezh a zeu er-maez eus e c'henoł eo a saotr an den.

12  Neuze e ziskibien a dostaas hag a lavaras dezhań: Ha gouzout a rez penaos ar farizianed o klevout ar pezh ac'h eus lavaret o deus kavet gwallskouer?

13  Respont a reas hag e lavaras: Pep plantenn n'eo ket bet plantet gant va Zad a zo en neńv, a vo diwriziennet.

14  Lezit-int, tud dall int o ren tud dall. Mar bez un den dall o ren un den dall all, e kouezhint o-daou er foz.

15  Pźr o kemer ar gomz, a lavaras dezhań: Displeg deomp ar barabolenn-se.

16  Ha Jezuz a lavaras: C'hwi ivez ha bez' oc'h c'hoazh hep skiant?

17  Ne gomprenit ket penaos kement a ya er genoł, a ziskenn er c'hof, hag a vez taolet er poull?

18  Met ar pezh a zeu er-maez eus ar genoł a zeu eus ar galon, ha kement-se a saotr an den.

19  Rak eus ar galon e teu ar sońjoł fall, ar muntroł, an avoultriezh, ar gasterezh, al laerońsioł, ar falstestenioł, an droukkomzoł.

20  Setu aze an traoł a saotr an den, met debriń hep bezań gwalc'het an daouarn, an dra-se ne saotr ket an den.

Jezuz e bro Tir ha Sidon: ar vaouez kananeat

21  Jezuz o vezań aet ac'hano, en em dennas e korn-bro Tir ha Sidon.

22  Setu, ur vaouez kananeat deuet eus ar vro-se a grias o lavarout: Az pez truez ouzhin, Aotrou, Mab David! Va merc'h a zo gwall boaniet gant un diaoul.

23  Met ne respontas ket ur ger dezhi, hag e ziskibien a dostaas hag a bedas anezhań, o lavarout: Kas-hi kuit, rak krial a ra war hol lerc'h.

24  Respont a reas hag e lavaras: N'on bet kaset nemet etrezek deńved kollet ti Israel.

25  Met hi a zeuas hag a stouas dirazań, en ur lavarout: Aotrou, va sikour!

26  Respont a reas hag e lavaras: N'eo ket mat kemer bara ar vugale hag e deurel d'ar chas bihan.

27  Gwir eo Aotrou, emezi, koulskoude ar chas bihan a zebr ar bruzun a gouezh eus taol o mestroł.

28  Neuze Jezuz a respontas hag a lavaras dezhi: Maouez, da feiz a zo bras. Ra vo graet dit evel ma c'hoantaez. Ha diwar neuze e voe yac'haet he merc'h.

Jezuz a yac'ha klańvourien

29  Jezuz o vezań aet ac'hano, a zeuas tost da vor Galilea. O vezań pignet war ur menez, ec'h azezas eno.

30  Neuze un engroez bras a zeuas devetań, ha ganto re gamm, re dall, re vut, re vac'hagnet ha kalz a re glańv all, hag e lakajont anezho ouzh treid Jezuz. Eń o yac'haas,

31  e doare ma voe estlammet an engroez pa weljont ar re vut o komz, ar re vac'hagnet yac'haet, ar re gamm o kerzhout, ar re dall o welout. Hag e roent gloar da Zoue Israel.

Pevar mil den maget gant Jezuz (Eil kreskadur ar bara)

32  Jezuz o vezań galvet e ziskibien, a lavaras: Truez am eus ouzh an engroez-se, rak tri devezh 'zo emaint em c'hichen, ha n'o deus netra da zebriń. Ne fell ket din o c'has war yun, gant aon na vankfe o nerzh en hent.

33  E ziskibien a lavaras dezhań: Penaos e c'hellfemp kavout el lec'h distro-mań bara a-walc'h da zinaoniań kement a dud?

34  Jezuz a lavaras dezho: Pet bara hoc'h eus? Hag int a lavaras: Seizh, hag un nebeud peskedigoł.

35  Neuze e c'hourc'hemennas d'an engroez azezań war an douar,

36  hag e kemeras ar seizh bara hag ar pesked, e trugarekaas, o zorras hag o roas d'e ziskibien, hag an diskibien d'an engroez.

37  Debriń a rejont holl hag o doe a-walc'h, hag e kasjont ganto seizh panerad leun eus an tammoł a vane.

38  Ar re o doa debret a oa pevar mil den, hep kontań ar maouezed hag ar vugale.

39  Goude bezań kaset an engroez en o hent, e pignas er vag hag e teuas da gorn-bro Magdala.

 

Pennad 16

Goell ar farizianed

1  Ar farizianed hag ar sadukeiz a zeuas d'e gavout, hag evit e demptań e c'houlennjont digantań diskouez dezho ur mirakl eus an neńv.

2  Jezuz a respontas hag a lavaras dezho: Diouzh an abardaez e lavarit: Brav e vo an amzer, rak an oabl a zo ruz;

3  ha diouzh ar mintin: Arnev a vo hiziv, rak an oabl a zo teńval ha ruz. Pilpouzed, c'hwi a oar anavezout doare an oabl, ha ne c'hellit ket anavezout arouezioł an amzerioł!

4  Ur rummad fall hag avoultr a c'houlenn ur mirakl, met ne vo roet mirakl ebet dezhań nemet mirakl ar profed Jonaz. Hag o vezań o lezet, ez eas kuit.

5  An diskibien, o tremen en tu all, o doa ankounac'haet kemer bara ganto.

6  Jezuz a lavaras dezho: Diwallit gant evezh diouzh goell ar farizianed hag ar sadukeiz.

7  Int a sońjas enno o-unan hag a lavaras: Dre ma n'hon eus ket kemeret bara ganeomp eo.

8  Jezuz oc'h anavezout kement-se a lavaras dezho: Perak e sońjit ennoc'h hoc'h-unan, tud a nebeut a feiz, ez eo dre ma n'hoc'h eus ket kemeret bara ganeoc'h?

9  Ha ne gomprenit ket c'hoazh, ha n'hoc'h eus ket sońj eus ar pemp bara hag eus ar pemp mil den, ha pet panerad hoc'h eus kaset ganeoc'h,

10  nag eus ar seizh bara hag eus ar pevar mil den, ha pet panerad hoc'h eus kaset ganeoc'h?

11  Penaos ne gomprenit ket ne'm eus ket komzet eus bara, met diwallit diouzh goell ar farizianed hag ar sadukeiz?

12  Neuze e komprenjont n'en doa ket lavaret en em ziwall diouzh goell a vara, met diouzh kelennadurezh ar farizianed hag ar sadukeiz.

Disklźriadenn Bźr

13  Jezuz o vezań deuet e korn-bro Kezarea-Filip, a c'houlennatas e ziskibien hag a lavaras: Piv a lavar an dud ez on-me, Mab an den?

14  Lavarout a rejont: Darn a lavar Yann-Vadezour; darn all, Elia; darn all, Jeremiaz, pe unan eus ar brofeded.

15  Hag e lavaras dezho: Ha c'hwi, piv a lavarit ez on?

16  Simon-Pźr a respontas hag a lavaras: Te eo ar C'hrist, Mab an Doue bev.

17  Jezuz a respontas hag a lavaras dezhań: Eürus out, Simon mab Jonaz, rak n'eo ket ar c'hig nag ar gwad o deus diskuliet kement-se dit, met va Zad a zo en neńvoł.

18  Ha me a lavar dit ivez ez out Pźr, ha war ar roc'h-mań e savin va Iliz, ha dorojoł lec'h ar marv ne drec'hint ket anezhi.

19  Reiń a rin dit alc'houezioł rouantelezh an neńvoł, ha kement a erei war an douar a vo ereet en neńvoł, ha kement a zierei war an douar a vo diereet en neńvoł.

20  Neuze e c'hourc'hemennas start dezho chom hep lavarout da zen e oa-eń, Jezuz ar C'hrist.

Jezuz a ziougan e varv

21  Adalek neuze, Jezuz en em lakaas da zisklźriań d'e ziskibien e oa ret dezhań mont da Jeruzalem, gouzańv kalz a draoł a-berzh an henaourien, an aberzhourien vras hag ar skribed, bezań lakaet d'ar marv, ha dasorc'hiń d'an trede deiz.

22  Pźr o vezań e gemeret a-du, en em lakaas d'e repren, o lavarout: Aotrou, az pez truez ouzhit! Kement-se ne c'hoarvezo ket ganit.

23  Met distreiń a reas hag e lavaras da Bźr: A-dreńv din, Satan! Ur skouer fall out din, rak da sońjezonoł n'emaint ket en traoł a sell ouzh Doue, met er re a sell ouzh an dud.

Heuliań Jezuz

24  Neuze e lavaras Jezuz d'e ziskibien: Mar fell da unan bennak dont war va lerc'h, ra raio dilez anezhań e-unan, ra zougo e groaz, ha ra heulio ac'hanon.

25  Rak piv bennak a fello dezhań saveteiń e ene en kollo, met piv bennak a gollo e ene abalamour din en kavo.

26  Ha petra a dalvfe da un den gounit ar bed holl, ma kollfe e ene? Pe petra a rofe un den e trok ouzh e ene?

27  Rak Mab an den a zle dont e gloar e Dad gant e aeled, ha neuze e roio da bep hini hervez e oberoł.

28  Me a lavar deoc'h e gwirionez, ez eus hiniennoł eus a-douez ar re a zo amań ha ne varvint ket ken n'o devo gwelet Mab an den o tont en e rouantelezh.

 

Pennad 17

An Treuzneuziadur

1  C'hwec'h devezh goude, Jezuz a gemeras gantań Pźr, Jakez ha Yann e vreur, hag o c'hasas a-du war ur menez uhel.

2  Hag e voe treuzneuziet dirazo. E zremm a lugernas evel an heol, hag e zilhad a zeuas gwenn evel ar gouloł.

3  Ha setu, Moizez hag Elia en em ziskouezas dezho, o komz gantań.

4  Pźr o kemer ar gomz, a lavaras da Jezuz: Aotrou, mat eo deomp bezań amań. Mar fell dit, e savimp amań teir deltenn, unan evidout, unan evit Moizez, unan evit Elia.

5  Komz a rae c'hoazh, ha setu ur goabrenn lugernus o goloas gant he skeud. Ha setu, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn o lavarout: Hemań eo va Mab karet-mat, ennań em eus lakaet va holl levenez. Selaouit-eń!

6  Pa glevjont kement-se, an diskibien a gouezhas, o dremm d'an douar, hag o doe ur spont bras.

7  Met Jezuz o tostaat, a stokas outo, hag a lavaras: Savit, ha n'ho pet ket aon!

8  Sevel a rejont o daoulagad, ha ne weljont den ebet ken nemet Jezuz e-unan.

9  Evel ma tiskennent eus ar menez, Jezuz a roas dezho ur gourc'hemenn, o lavarout: Na gomzit da zen eus ar weledigezh-mań, ken na vo dasorc'het Mab an den a-douez ar re varv.

10  An diskibien a reas ur goulenn outań, o lavarout: Perak eta e lavar ar skribed eo ret da Elia dont da gentań?

11  Jezuz a respontas hag a lavaras dezho: Gwir eo e tle dont Elia da gentań hag adlakaat pep tra.

12  Met me a lavar deoc'h eo deuet Elia dija, ha n'o deus ket e anavezet, met graet o deus dezhań kement o deus c'hoantaet. Evel-se ivez e tle Mab an den gouzańv eus o ferzh.

13  Neuze an diskibien a gomprenas e komze outo diwar-benn Yann-Vadezour.

Jezuz a yac'ha ur bugel loariek

14  O vezań deuet etrezek an engroez, e tostaas outań un den en em daolas d'an daoulin dirazań, en ur lavarout:

15  Aotrou, az pez truez ouzh va mab, loariek eo ha gwall boaniet; rak alies e kouezh en tan hag alies en dour.

16  Degaset em eus anezhań da'z tiskibien, ha n'o deus ket gellet e yac'haat.

17  Jezuz a respontas hag a lavaras: O rummad diskredik ha fall, betek pegeit e vin ganeoc'h? Betek pegeit ho kouzańvin? Degasit-eń din amań.

18  Jezuz a c'hourdrouzas an diaoul, hag ez eas er-maez anezhań, hag ar bugel a voe yac'haet war an eur-se.

19  Neuze an diskibien a dostaas ouzh Jezuz, a-du, hag e lavarjont: Perak n'hon eus ket gellet e gas kuit?

20  Jezuz a lavaras dezho: En abeg d'ho tiskredoni! Me en lavar deoc'h e gwirionez, mar ho pije feiz kement hag ur c'hreunenn sezv, e lavarfec'h d'ar menez-se: Kae ac'hann aze, hag ez aje. Ha netra ne vije dibosupl deoc'h.

21  Koulskoude ar seurt-se ned a ket kuit, nemet dre ar bedenn ha dre ar yun.

Jezuz a ziougan e varv

22  E-pad ma'z edont e Galilea, Jezuz a lavaras dezho: Mab an den a zle bezań droukroet etre daouarn an dud,

23  e lakaat a raint d'ar marv, ha d'an trede deiz e tasorc'ho. Bez' e voent gwall c'hlac'haret.

An didrakmoł

24  Pa errujont e Kafarnaoum, ar re a save an didrakmoł (= pezhioł arc'hant a 2 drakm, d.l.e. war-dro 8 g) a dostaas ouzh Pźr hag a lavaras dezhań: Ho mestr, ha ne bae ket an didrakmoł?

25  Paeań a ra, emezań. Pa voe aet en ti, Jezuz a ziarbennas anezhań hag a lavaras: Petra a sońjez, Simon? Rouaned an douar, digant piv e kemeront an truajoł pe ar gwirioł? Digant o mibien pe digant an diavaezidi?

26  Eń a lavaras dezhań: Digant an diavaezidi. Jezuz a lavaras dezhań: Ar vugale eta a zo diskarg diouto.

27  Met evit na roimp ket ur skouer fall dezho, kae d'ar mor, taol an higenn, tenn ar c'hentań pesk a zeuio, digor e c'henoł, hag e kavi ur stater (= pezh arc'hant a 4 drakm). Kemer-eń ha ro dezho evidon hag evidout.

 

Pennad 18

Dont da vezań evel ur bugel bihan. An abegoł da gouezhań

1  D'an eur-se e tostaas an diskibien ouzh Jezuz, hag e lavarjont: Piv eo ar brasań e rouantelezh an neńvoł?

2  Jezuz, a c'halvas ur bugel bihan, en lakaas en o c'hreiz,

3  hag a lavaras: Me a lavar deoc'h e gwirionez, ma ne zistroit ket ha ma ne zeuit ket heńvel ouzh bugale vihan, ned eot ket e rouantelezh an neńvoł.

4  Piv bennak en em izelaio evel ar bugel bihan-se, hennezh eo a vo ar brasań e rouantelezh an neńvoł.

5  Ha piv bennak a zegemer ur bugel bihan evel hemań em anv a zegemer ac'hanon.

6  Met piv bennak a laka da gouezhań unan eus ar re vihan-se a gred ennon, gwelloc'h e vefe dezhań e vefe staget ouzh e c'houzoug ur maen milin, hag e vefe taolet en donder ar mor.

7  Gwalleur d'ar bed en abeg d'an abegoł da gouezhań! Rak ret eo e teufe abegoł da gouezhań, met gwalleur d'an den e teu drezań an abeg da gouezhań.

8  Ma ra dit kouezhań da zorn pe da droad, troc'h-eń ha taol-eń pell diouzhit. Gwelloc'h eo dit mont er vuhez mońs pe gamm, eget kaout daou zorn pe daou droad ha bezań taolet en tan peurbadus.

9  Ha ma ra dit kouezhań da lagad, diframm-eń ha taol-eń pell diouzhit. Gwelloc'h eo dit mont er vuhez born, eget kaout da zaoulagad ha bezań taolet e tan ar gehenn.

10  Diwallit da zisprizań nikun eus ar re vihan-se, rak me a lavar deoc'h emań o aeled en neńvoł oc'h arvestiń dalc'hmat ouzh dremm va Zad a zo en neńvoł.

11  Rak Mab an den a zo deuet da saveteiń ar re a oa kollet.

Parabolenn an dańvad kollet

12  Petra a sońj deoc'h? Mar en deus un den kant dańvad hag e teufe unan anezho da vezań dianket, ha ne lez ket an naontek all ha pevar-ugent war ar menezioł, evit mont da glask an hini a zo dianket?

13  Ha mar c'hoarvez dezhań e gavout, me a lavar deoc'h e gwirionez, e ra outań muioc'h a levenez eget d'an naontek ha pevar-ugent n'int ket bet dianket.

14  Evel-se n'eo ket bolontez ho Tad a zo en neńvoł en em gollfe unan eus ar re vihan-se.

Mar en deus pec'het da vreur …

15  Mar en deus pec'het da vreur a-enep dit, kae ha gourdrouz-eń etrezout-te hag eń e-unan. Mar selaou ac'hanout, ez po gounezet da vreur.

16  Met ma ne selaou ket ac'hanout, kemer ganit un den pe zaou, evit ma vo talvoudek an holl dra war gomz daou pe dri dest.

17  Ma ne selaou ket anezho, lavar d'an Iliz, ha ma ne selaou ket kennebeut an Iliz, ra vo evidout evel un den eus ar broadoł hag ur publikan.

18  Me a lavar deoc'h e gwirionez, kement tra a ereot war an douar a vo ereet en neńv, ha kement tra a ziereot war an douar a vo diereet en neńv.

19  Me a lavar c'hoazh deoc'h, mar en em laka daou ac'hanoc'h a-unvan war an douar evit goulenn un dra bennak, e vo roet dezho gant va Zad a zo en neńvoł.

20  Rak e-lec'h ma ez eus daou pe dri dastumet em anv, emaon eno en o c'hreiz.

21  Neuze Pźr a dostaas outań hag a lavaras: Aotrou, pet gwech e pardonin da'm breur pa bec'ho a-enep din? Bez' e vo betek seizh gwech?

22  Jezuz a lavaras dezhań: Ne lavaran ket dit betek seizh gwech, met betek seizh gwech dek gwech ha tri-ugent.

Parabolenn ar servijer didrugar

23  Setu perak rouantelezh an neńvoł a zo heńvel ouzh ur roue a fellas dezhań ober rentań kont d'e servijerien.

24  P'en em lakaas da gontań, e voe degaset dezhań unan a zlee dek mil talant (~ 300 tonenn a arc'hant).

25  Dre ma n'en doa ket peadra da baeań, e aotrou a roas urzh d'e werzhań, eń, e wreg, e vugale, ha kement en doa, evit paeań e zle.

26  Ar servijer oc'h en em strinkań d'e dreid, a stouas dirazań, en ur lavarout: Aotrou, ro amzer din, hag e paein dit va holl zle.

27  O kaout truez outań, aotrou ar servijer-se en lezas da vont hag a bardonas dezhań e zle.

28  Goude ma voe aet kuit, ar servijer-mań a gavas unan eus e genvreudeur a zlee dezhań kant diner (~ 400 g a arc'hant). O kregiń ennań, e waskas e c'houzoug, en ur lavarout: Pae ar pezh a zleez din.

29  E genvreur oc'h en em strinkań d'e dreid, a bedas anezhań, en ur lavarout: Ro amzer din, hag e paein dit va holl zle.

30  Met hemań ne fellas ket dezhań, met mont a reas kuit hag en taolas en toull-bac'h betek m'en defe paeet e zle.

31  E genvreudeur o welout ar pezh en doa graet, a voe glac'haret bras hag a zeuas da gontań d'o aotrou kement a oa c'hoarvezet.

32  Neuze e aotrou a reas gervel anezhań hag a lavaras dezhań: Servijer drouk, pardonet em boa dit da holl zle dre ma ez poa va fedet.

33  Ha ne dlees ket kaout truez ivez ouzh da genvreur evel ma em boa bet truez ouzhit?

34  Hag e aotrou, o vont droug ennań, en roas d'ar vourevien, betek m'en defe paeet kement a zlee dezhań.

35  Evel-se e raio deoc'h va Zad a zo en neńvoł, ma ne bardon ket pep hini ac'hanoc'h a-greiz e galon e vankoł d'e vreur.

 

Pennad 19

Torr-dimeziń ha dizimez

1  P'en doe Jezuz peurlavaret ar c'homzoł-se, ez eas kuit eus Galilea, hag e teuas e korn-bro Judea en tu all d'ar Jordan.

2  Un engroez bras a zeuas war e lerc'h, hag eno e yac'haas anezho.

3  Ar farizianed a zeuas d'e gavout evit e demptań, hag e lavarjont dezhań: Ha gallout a c'hell un den kas kuit e wreg evit n'eus forzh peseurt abeg?

4  Respont a reas hag e lavaras dezho: Ha n'hoc'h eus ket lennet penaos an Hini o reas er penn-kentań, a reas ur gwaz hag ur vaouez,

5  ha penaos en deus lavaret: En abeg da-se ar gwaz a guitaio e dad hag e vamm hag en em stago ouzh e wreg, hag an daou a vo ur c'hig hepken?

6  Evel-se ned int mui daou met ur c'hig hepken. Arabat eo d'an den disrannań ar pezh a zo bet unanet gant Doue.

7  Lavarout a rejont dezhań: Perak eta en deus Moizez gourc'hemennet reiń dezhi ur skrid a dorr-dimeziń hag he c'has kuit?

8  Lavarout a reas dezho: En abeg da galeter ho kalon eo en deus Moizez aotreet ac'hanoc'h da gas kuit ho kwragez, met er penn-kentań ne oa ket evel-se.

9  Met me a lavar deoc'h penaos piv bennak a gas kuit e wreg, nemet evit difealded, hag a zimez gant un all, a ra avoultriezh, hag an hini a zimez gant ar wreg a zo bet kaset kuit, a ra avoultriezh.

10  E ziskibien a lavaras dezhań: Mard eo evel-se doare an den gant ar wreg, n'eo ket talvoudus dimeziń.

11  Met lavarout a reas dezho: An holl ne c'hellont ket kompren ar gomz-se, met hepken ar re a zo bet roet kement-se dezho.

12  Rak bez' ez eus spazhidi a zo bet ganet evel-se a gof o mamm, reoł all a zo bet graet spazhidi gant an dud, hag ez eus reoł all a zo en em rentet oc'h-unan spazhidi abalamour da rouantelezh an neńvoł. Ra gompreno kement-se, an neb a c'hell kompren.

Ar vugale vihan

13  Neuze e voe degaset dezhań bugale vihan evit ma lakafe e zaouarn warno ha ma pedfe evito. Met an diskibien o rebeche.

14  Met Jezuz a lavaras: Lezit ar vugale vihan ha na virit ket outo dont davedon, rak rouantelezh an neńvoł a zo d'ar re a zo heńvel outo.

15  Hag e lakaas e zaouarn warno, hag ez eas kuit ac'hano.

An den yaouank pinvidik

16  Setu, un den a dostaas hag a lavaras dezhań: Mestr mat, peseurt mad a zlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus?

17  Lavarout a reas dezhań: Perak em galvez mat? Den n'eo mat nemet unan, Doue hepken. Mar fell dit mont er vuhez, mir ar gourc'hemennoł.

18  Pere? emezań. Jezuz a respontas: Ne vi ket muntrer; ne ri ket avoultriezh; ne laeri ket; ne lavari ket a falstesteni;

19  enor da dad ha da vamm; karout a ri da nesań eveldout da-unan.

20  An den yaouank a lavaras dezhań: Miret em eus an holl draoł-se adalek va yaouankiz. Petra a vank din c'hoazh?

21  Jezuz a lavaras dezhań: Mar fell dit bezań peurvat, kae, gwerzh kement ac'h eus, ro-se d'ar beorien, hag ez po un teńzor en neńv. Goude-se deus da'm heuliań.

22  Goude bezań klevet ar gomz-se, an den yaouank a yeas kuit gwall-drist, rak madoł bras en doa.

23  Neuze e lavaras Jezuz d'e ziskibien: Me a lavar deoc'h e gwirionez, diaes eo d'un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh an neńvoł.

24  Me a lavar deoc'h c'hoazh, aesoc'h eo d'ur c'hańval tremen dre graoenn un nadoz, eget d'un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh Doue.

25  An diskibien o vezań klevet-se, a voe souezhet bras hag a lavaras: Ha piv eta a c'hell bezań salvet?

26  Jezuz a sellas outo hag a lavaras dezho: Dibosupl eo evit an dud, met pep tra a zo posupl evit Doue.

27  Neuze Pźr a gemeras ar gomz hag a lavaras: Setu, ni hon eus dilezet pep tra hag hon eus da heuliet, petra a vo evidomp?

28  Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, c'hwi hag hoc'h eus va heuliet, d'an eil ginivelezh, pa vo azezet Mab an den war dron e c'hloar, e viot ivez azezet war daouzek tron, hag e varnot daouzek meuriad Israel.

29  Ha piv bennak en devo kuitaet tiez, pe vreudeur, pe c'hoarezed, pe dad, pe vamm, pe wreg, pe vugale, pe zouaroł, abalamour da'm anv, a resevo kant kemend all hag en devo ar vuhez peurbadus da hźrezh.

30  Met kalz eus ar re gentań a vo ar re ziwezhań, hag ar re ziwezhań a vo ar re gentań.

 

Pennad 20

Parabolenn al labourerien er winienn

1  Rak rouantelezh an neńvoł a zo heńvel ouzh un den, ur penn-tiegezh, a yeas er-maez beure mat da c'hoprań labourerien evit e winienn.

2  Ober a reas marc'had gant al labourerien evit un diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g) dre zevezh, hag o c'hasas d'e winienn.

3  Mont a reas er-maez war-dro an deirvet eur (war-dro 9 e diouzh ar beure), hag e welas reoł all a oa war al leur-gźr hep ober netra.

4  Lavarout a reas dezho: It c'hwi ivez da'm gwinienn, hag e roin deoc'h ar pezh a vo reizh. Hag ez ejont.

5  Mont a reas adarre er-maez war-dro ar c'hwec'hvet eur (war-dro kreisteiz) ha war-dro an navet eur (war-dro 15 e), hag e reas an hevelep tra.

6  O vezań aet er-maez war-dro an unnekvet eur (war-dro 17 e), e kavas reoł all a oa hep ober netra, hag e lavaras dezho: Perak en em zalc'hit amań a-hed an deiz hep ober netra?

7  Respont a rejont dezhań: Dre ma n'eus bet den ouzh hor groprań. Lavarout a reas dezho: It c'hwi ivez da'm gwinienn, hag e resevot ar pezh a vo reizh.

8  Pa voe deuet an abardaez, mestr ar winienn a lavaras d'e verour: Galv al labourerien ha ro dezho o gopr, en ur vont eus ar re ziwezhań d'ar re gentań.

9  Re an unnekvet eur, o vezań deuet, o doe pep a ziner.

10  Pa zeuas ar re gentań, e sońje dezho o defe ouzhpenn, met ar re-mań a resevas ivez pep a ziner.

11  O vezań e gemeret, e c'hrozmoljont a-enep ar penn-tiegezh,

12  hag e lavarjont: Ar re ziwezhań-se n'o deus labouret nemet un eurvezh, hag ec'h eus o lakaet keit ha ni hon eus douget pouez an deiz hag an tommder.

13  Respont a reas da unan anezho: Va mignon, ne ran gaou ebet ouzhit. Ne'c'h eus ket graet marc'had ganin evit un diner?

14  Kemer ar pezh a zo dit ha kae kuit. Me a fell din reiń d'an hini diwezhań-mań kement ha dit.

15  Daoust ha ne c'hellan ket ober ar pezh a fell din eus va madoł? Pe gwelout a rez a lagad fall ez on mat?

16  Evel-se ar re ziwezhań a vo ar re gentań, hag ar re gentań a vo ar re ziwezhań. Rak kalz a zo galvet, met nebeud a zo dibabet.

Jezuz a ziougan e varv adarre

17  E-pad ma pigne Jezuz da Jeruzalem, e kemeras a-du an daouzek diskibl, hag e lavaras dezho en hent:

18  Setu e pignomp da Jeruzalem, ha Mab an den a vo lakaet etre daouarn an aberzhourien vras hag ar skribed, hag e kondaonint anezhań d'ar marv,

19  hag e lakaint anezhań etre daouarn ar broadoł, evit ober goap anezhań, evit e skourjezań hag e groazstagań, met dasorc'hiń a raio d'an trede deiz.

Goulenn mamm mibien Zebedea

20  Neuze mamm mibien Zebedea a dostaas outań gant he mibien, hag a stouas evit ober ur goulenn digantań.

21  Hag e lavaras dezhi: Petra a fell dit? Hi a lavaras dezhań: Gourc'hemenn ma vo va daou vab a zo amań azezet ez rouantelezh, unan a-zehoł hag egile a-gleiz dit.

22  Jezuz a respontas hag a lavaras: N'ouzoc'h ket ar pezh a c'houlennit. Ha gallout e c'hellit evań an hanaf a zlean evań, ha bezań badezet eus ar vadeziant ma tlean bezań badezet ganti? Int a lavaras dezhań: Ni a c'hell.

23  Hag e lavaras dezho: Gwir eo ec'h evot va hanaf hag e viot badezet eus ar vadeziant am eus da vezań badezet ganti. Met bezań azezet a-zehoł pe a-gleiz din, n'eo ket din da reiń an dra-se, roet e vo d'ar re ma'z eo bet kempennet evito gant va Zad.

24  An dek o vezań klevet kement-se, a yeas droug enno a-enep an daou vreur.

25  Jezuz o galvas hag a lavaras: Gouzout a rit penaos pennoł ar broadoł a zo mistri warno, ha penaos ar re vras a ra o renkoł warno.

26  Met ne vo ket evel-se en ho touez. Met an neb a fello dezhań bezań bras en ho touez, ra vo ho servijer,

27  hag an neb a fello dezhań bezań ar c'hentań en ho touez, ra vo ho sklav.

28  Evel-se n'eo ket deuet Mab an den evit bezań servijet, met evit servijań, hag evit reiń e vuhez evel daspren evit kalz.

Jezuz a yac'ha daou zen dall

29  Pa'z ejont kuit eus Jeriko ez eas un engroez bras war e lerc'h.

30  Ha setu, daou zen dall azezet war ribl an hent a glevas e oa Jezuz o tremen, hag e krijont o lavarout: Az pez truez ouzhimp, Aotrou, Mab David!

31  An engroez a c'hourdrouze anezho evit o lakaat da devel. Met int a grie kreńvoc'h: Az pez truez ouzhimp, Aotrou, Mab David!

32  Jezuz o chom a-sav, o galvas hag a lavaras: Petra a fell deoc'h e rafen deoc'h?

33  Hag e lavarjont dezhań: Aotrou, ma tigoro hon daoulagad.

34  O kaout truez outo, Jezuz a stokas ouzh o daoulagad. Ha raktal o daoulagad a resevjont ar gweled, hag ez ejont war e lerc'h.

 

Pennad 21

Donedigezh veur Jezuz e Jeruzalem

1  Pa dostajont ouzh Jeruzalem ha ma voent deuet e Betfage, e-kichen Menez an Olived, Jezuz a gasas daou ziskibl,

2  en ur lavarout dezho: It d'ar vourc'h a zo dirazoc'h, kavout a reot kerkent un azenez stag hag un azenig ganti. O distagit hag o degasit din.

3  Mar lavar unan bennak un dra bennak deoc'h, lavarit: An Aotrou en deus ezhomm anezho. Ha raktal o lezo da vont.

4  Kement-se a c'hoarvezas evit ma vefe sevenet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed:

5  Lavarit da verc'h Sion: Setu, da roue a zeu da'z kavout, leun a zouster ha pignet war un azen, war un azenig, ebeul un azenez.

6  An diskibien a yeas hag a reas ar pezh en doa Jezuz gourc'hemennet dezho.

7  Degas a rejont an azenez hag an azenig, hag e lakajont o dilhad warno, hag e rejont dezhań azezań warno.

8  Tud e niver bras a astennas o dilhad war an hent, re all a droc'has brankoł gwez hag a c'holoas ganto an hent.

9  An engroezioł a gerzhe a-raok hag ar re a heulie a grie, o lavarout: Hozanna da Vab David! Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou! Hozanna el lec'hioł uhel-meurbet!

10  Pa voe antreet e Jeruzalem, holl gźr a voe mantret, o lavarout: Piv eo hemań?

11  An engroez a responte: Jezuz eo, ar profed eus Nazared e Galilea.

Ar varc'hadourien kaset kuit er-maez eus an templ

12  Jezuz o vezań aet e templ Doue, a gasas kuit an holl re a werzhe hag a brene en templ, hag e tiskaras taolioł an drokerien-arc'hant ha kadorioł ar re a werzhe koulmed.

13  Hag e lavaras dezho: Skrivet eo: Va zi a vo anvet un ti a bedenn, met c'hwi hoc'h eus graet anezhań ur c'havarn laeron.

14  Tud dall ha tud kamm a dostaas outań en templ, hag o yac'haas.

15  Met pa welas an aberzhourien vras hag ar skribed ar burzhudoł en doa graet hag ar vugale a grie en templ o lavarout: Hozanna da Vab David! e savas droug enno.

16  Hag e lavarjont dezhań: Ha klevout a rez ar pezh a lavaront? Jezuz a lavaras dezho: Ya, ha n'hoc'h eus biskoazh lennet: War-bouez genoł ar vugale vihan hag ar magadelled ec'h eus resevet meuleudi?

17  Hag o vezań o lezet, ez eas kuit eus kźr evit mont da Vetania, e-lec'h ma tremenas an noz.

Ar wezenn-fiez sec'het; ar feiz

18  Da vintin evel ma tistroe e kźr, en doe naon.

19  O welout ur wezenn-fiez war an hent, e tostaas outi, met ne gavas enni nemet delioł, hag e lavaras dezhi: Ne zeuio biken frouezh ebet diouzhit! Raktal ar wezenn-fiez a sec'has.

20  An diskibien a welas kement-se hag a voe estlammet, o lavarout: Penaos eo deuet ar wezenn-fiez-se da vezań sec'h raktal?

21  Jezuz a respontas hag a lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, mar hoc'h eus feiz ha ma ne ziskredit ket, e reot nann hepken ar pezh a zo bet graet d'ar wezenn-fiez, met pa lavarot d'ar menez-se: Sav alese hag en em daol er mor, kement-se en em raio.

22  Kement a c'houlennot o pediń, mar kredit, roet e vo deoc'h.

Galloud Jezuz

23  Mont a reas en templ, hag e-pad ma kelenne, an aberzhourien vras hag henaourien ar bobl a zeuas da lavarout dezhań: Dre beseurt galloud e rez an traoł-se, ha piv en deus roet dit ar galloud-se?

24  Jezuz a respontas hag a lavaras dezho: Un dra a c'houlennin ivez ouzhoc'h, ha mar respontit, e lavarin deoc'h ivez dre beseurt galloud e ran an traoł-se.

25  Badeziant Yann, a-belec'h e teue, eus an neńv pe eus an dud? Int a sońjas enno o-unan o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neńv, e lavaro: Perak eta n'hoc'h eus ket kredet anezhań?

26  Ha mar lavaromp: Eus an dud, hon eus da gaout aon rak ar bobl, rak an holl a gemer Yann evit ur profed.

27  Neuze e respontjont da Jezuz o lavarout: N'ouzomp ket. Hag e lavaras dezho: Me kennebeut ne lavarin ket deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoł-se.

Parabolenn an daou vab

28  Petra a sońjit? Un den en doa daou vab. O vont etrezek an hini kentań, e lavaras dezhań: Va mab, kae hiziv da labourat em gwinienn.

29  Eń a respontas: Ne fell ket din. Goude-se e teuas keuz dezhań hag ez eas.

30  Dont a reas ivez etrezek egile hag e lavaras an hevelep tra. Hag hemań a respontas: Mont a ran, aotrou. Met ned eas ket.

31  Pehini anezho o-daou en deus graet bolontez e dad? Int a lavaras dezhań: An hini kentań. Jezuz a lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, ar bublikaned hag ar gisti ho tiaraog e rouantelezh Doue.

32  Rak Yann a zo deuet d'ho kavout dre hent ar reizhder, ha n'hoc'h eus ket kredet anezhań. Met ar bublikaned hag ar gisti o deus kredet anezhań. Ha c'hwi, goude bezań gwelet kement-se, n'hoc'h eus ket bet keuz goude-se evit e grediń.

Parabolenn ar winierien

33  Selaouit ur barabolenn all. Bez' e oa un den, ur penn-tiegezh, a blantas ur winienn, a reas ur c'harzh en-dro dezhi, a gleuzias ur waskell enni, hag a savas un tour enni. Neuze e feurmas anezhi da winierien, hag ez eas en ur vro all.

34  Da goulz ar frouezh e kasas e servijerien etrezek ar winierien evit resev ar frouezh diouti.

35  Met ar winierien a grogas er servijerien, a gannas unan, a lazhas egile, hag a veinataas un all.

36  Kas a reas adarre servijerien all, kalz muioc'h eget ar re gentań, hag e rejont dezho an hevelep tra.

37  Da ziwezhań e kasas dezho e vab, en ur lavarout: Doujań a raint va mab.

38  Met ar winierien, pa weljont ar mab, a lavaras etrezo: Setu an heritour, deuit, lazhomp-eń, ha kemeromp e hźrezh.

39  Hag e krogjont ennań, en taoljont er-maez eus ar winienn, hag en lazhjont.

40  Bremań eta, pa zeuio mestr ar winienn, petra a raio d'ar winierien-se?

41  Lavarout a rejont dezhań: Distrujań a raio mantrus an dud drouk-se, hag e feurmo e winienn da winierien all a roio dezhań he frouezh en o c'houlz.

42  Jezuz a lavaras dezho: Ha n'hoc'h eus biskoazh lennet er Skriturioł: Ar maen taolet kuit gant ar re a vańsone a zo deuet da vezań penn ar c'horn; kement-se a zo bet graet gant an Aotrou, ur burzhud eo d'hon daoulagad?

43  Setu perak e lavaran deoc'h, rouantelezh Doue a vo lamet diganeoc'h ha roet d'ur vroad a roio ar frouezh anezhi.

44  An hini a gouezho war ar maen-se a vo brevet, hag an hini e kouezho warnań a vo friket evel poultr.

45  Goude bezań klevet e barabolennoł, an aberzhourien vras hag ar farizianed a anavezas mat e komze anezho,

46  hag e klaskjont kregiń ennań, met aon o doa rak an engroez a gemere anezhań evit ur profed.

 

Pennad 22

Parabolenn ar pred-eured

1  Jezuz a gemeras ar gomz, a yeas a-nevez outo dre barabolennoł, hag a lavaras:

2  Rouantelezh an neńvoł a zo heńvel ouzh ur roue a reas koan-eured e vab.

3  Kas a reas e vevelien da c'hervel ar re a oa pedet d'an eured, met ne fellas ket dezho dont.

4  Kas a reas adarre mevelien all, en ur lavarout: Lavarit d'ar re a zo pedet: Setu em eus fichet va fred, lazhet em eus va ejened ha va loened lart, pep tra a zo prest, deuit d'an eured.

5  Met ne rejont van ebet ouzh kement-se, hag ez ejont, unan d'e bark, egile d'e genwerzh,

6  ha re all a grogas en e vevelien, o gwallgasas hag o lazhas.

7  Pa glevas ar roue kement-se, e savas droug ennań, hag o vezań kaset e soudarded, e lakaas da vervel ar vuntrerien-se hag ec'h entanas o c'hźr.

8  Neuze e lavaras d'e vevelien: An eured a zo prest, met ar re a oa pedet dezhi ne oant ket dellezek anezhi.

9  It eta er c'hroazhentoł, ha galvit d'an eured an holl re a gavot.

10  E vevelien a yeas dre an hentoł, a zastumas an holl re a gavjont, mat ha fall, ha sal an eured a voe leun gant tud ouzh taol.

11  Ar roue o vezań deuet evit gwelout ar re a oa ouzh taol, a welas eno un den n'en doa ket gwisket un dilhad eured.

12  Lavarout a reas dezhań: Va mignon, penaos out deuet amań hep kaout un dilhad eured? Chom a reas mut.

13  Neuze ar roue a lavaras d'ar vevelien: Ereit e zaouarn hag e dreid, krogit ennań d'e deurel en deńvalijenn a-ziavaez, e-lec'h ma vo goueladegoł ha grigońsadegoł-dent.

14  Rak kalz a zo galvet, met nebeut a zo dibabet.

Ar gwir da Gezar

15  Neuze ar farizianed a yeas d'en em guzuliań war an doare d'e dapout en e gomzoł.

16  Kas a rejont d'e gavout o diskibien gant an herodianed, da lavarout: Mestr, gouzout a reomp ez out gwirion hag e kelennez hent Doue hervez ar wirionez, hep ober van eus den ebet, rak ne sellez ket ouzh diavaez an dud.

17  Lavar deomp eta petra a sońjez: Ha dleet eo paeań ar gwir da Gezar pe n'eo ket?

18  Met Jezuz a anaveze o drougiezh hag a lavaras: Perak e temptit ac'hanon, pilpouzed?

19  Diskouezit din ar moneiz ma vez paeet ar gwir gantań. Hag e rojont dezhań un diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g).

20  Goulenn a reas outo: Eus piv eo ar skeud hag ar skrid-mań?

21  Int a lavaras dezhań: Eus Kezar. Neuze e lavaras dezho: Roit eta da Gezar ar pezh a zo da Gezar, ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue.

22  Estlammet gant ar pezh a glevent, e lezjont anezhań hag ez ejont kuit.

Diwar-benn an dasorc'hidigezh

23  En hevelep devezh e teuas d'e gavout ar sadukeiz, ar re a lavar n'eus ket a zasorc'hidigezh, hag ober a rejont ur goulenn outań,

24  o lavarout: Mestr, Moizez en deus lavaret: Mar marv unan bennak hep bugale, e vreur a zimezo d'e intańvez evit sevel ul lignez d'e vreur.

25  Hogen, bez' e oa en hon touez seizh breur. Ar c'hentań a zimezas hag a varvas, hag evel n'en doa ket a vugale, e lezas e wreg d'e vreur.

26  En hevelep doare e c'hoarvezas gant an eil, gant an trede, betek ar seizhvet.

27  Goude an holl re-mań, e varvas ar wreg ivez.

28  Neuze d'an dasorc'hidigezh, da behini ar seizh-se e vo gwreg ? Rak an holl o deus bet anezhi.

29  Jezuz a respontas hag a lavaras dezho: Faziet oc'h, dre ma n'anavezit nag ar Skriturioł na galloud Doue.

30  Rak d'an dasorc'hidigezh, ne zimezont ket ha n'int ket roet da zimeziń, met evel aeled Doue en neńv ez int.

31  Met diwar-benn dasorc'hidigezh ar re varv, hag-eń n'hoc'h eus ket lennet penaos en deus komzet Doue deoc'h a-zivout kement-se pa lavaras:

32  Me eo Doue Abraham, Doue Izaak, Doue Jakob? Doue n'eo ket Doue ar re varv, met Doue ar re vev.

33  Pa glevas an engroez, e voent souezhet gant e gelennadurezh.

Ar gourc'hemenn bras

34  Ar farizianed a glevas en doa lakaet da devel ar sadukeiz, hag en em zastumjont.

35  Unan anezho, un doktor eus al lezenn, a reas ar goulenn-mań outań evit e amprouiń:

36  Mestr, pehini eo ar gourc'hemenn bras el lezenn?

37  Jezuz a lavaras dezhań: Karout a ri an Aotrou da Zoue, eus da holl galon, eus da holl ene, eus da holl sońj.

38  Hennezh eo ar gourc'hemenn kentań ha bras.

39  Ha setu an eil a zo heńvel outań: Karout a ri da nesań eveldout da-unan.

40  E dalc'h an daou c'hourc'hemenn-se emań an holl lezenn hag ar brofeded.

Mab piv eo ar C'hrist?

41  Ar farizianed o vezań en em zastumet, Jezuz a reas ar goulenn-mań outo

42  o lavarout: Petra a sońjit eus ar C'hrist? Da biv eo mab? Int a lavaras dezhań: Da Zavid.

43  Lavarout a reas dezho: Penaos eta e c'halv David anezhań, dre ar Spered, Aotrou, pa lavar:

44  An Aotrou en deus lavaret da'm Aotrou: Azez a-zehoł din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid.

45  Mar galv eta David anezhań Aotrou, penaos eo-eń e vab?

46  Den ne c'hellas respont ur ger dezhań. Hag adalek an deiz-se, hini ne gredas mui ober goulenn ebet outań.

 

Pennad 23

Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed ...

1  Neuze Jezuz a gomzas ouzh an engroez hag ouzh e ziskibien,

2  hag a lavaras: Ar skribed hag ar farizianed a zo azezet war gador Moizez.

3  Neuze mirit ha grit kement a lavaront deoc'h da virout, met na rit ket diouzh o oberoł, rak lavarout a reont met ne reont ket.

4  Eren a reont bec'hioł pounner ha diaes da zougen, hag o lakaont war divskoaz an dud, met ne fell ket dezho o fińval gant o biz.

5  O holl oberoł a reont evit bezań gwelet gant an dud. Evel-se o deus fulakterioł ledan ha pempilhoł hir ouzh o dilhad,

6  karout a reont ar plasoł kentań er festoł, ar c'hadorioł kentań er sinagogennoł,

7  ar saludoł war ar marc'hallac'hioł, ha bezań anvet gant an dud: Rabbi! Rabbi! (= Mestr! Mestr!).

8  Met c'hwi, na vezit ket anvet Rabbi, rak unan hepken eo ho Mestr, Krist, ha c'hwi holl a zo breudeur.

9  Na rit ket ho tad eus den ebet war an douar, rak unan hepken eo ho Tad, an hini a zo en neńvoł.

10  Na vezit ket anvet kelenner, rak unan hepken eo ho Kelenner, Krist.

11  An hini brasań en ho touez a vo ho servijer.

12  Rak piv bennak en em uhelaio a vo izelaet, ha piv bennak en em izelaio a vo uhelaet.

13  Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Dre ma serrit rouantelezh an neńvoł ouzh an dud, rak c'hwi hoc'h-unan n'it ket e-barzh, ha ne lezit ket mont e-barzh ar re a garfe mont.

14  Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Dre ma rińsit tiez an intańvezed gant un doare a-ziavaez a bedennoł hir. En abeg da-se e viot barnet garvoc'h.

15  Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Dre ma redit dre ar mor hag an douar evit ober ur prozelit, ha p'hoc'h eus e c'hounezet, e rit anezhań ur mab eus ar gehenn div wech gwashoc'h egedoc'h.

16  Gwalleur deoc'h, renerien dall! Lavarout a rit: Mar tou unan bennak dre an templ, se n'eo netra, met mar tou unan bennak dre aour an templ, dalc'het eo.

17  Tud diskiant ha dall! Pehini eo ar brasań, an aour pe an templ a santela an aour?

18  Mar tou unan bennak dre an aoter, se n'eo netra, met mar tou unan bennak dre ar prof a zo war an aoter, dalc'het eo.

19  Tud diskiant ha dall! Pehini eo ar brasań, ar prof pe an aoter a santela ar prof?

20  An neb a dou dre an aoter, a dou drezi ha dre gement a zo warni.

21  An neb a dou dre an templ, a dou drezań ha dre an Hini a chom ennań.

22  An neb a dou dre an neńv, a dou dre dron Doue ha dre an Hini a zo azezet warnań.

23  Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Dre ma paeit an deog war ar vent, war an aned ha war ar c'houmin, hag e lezit a-gostez traoł talvoudusań al lezenn, ar varnedigezh, an drugarez hag ar feiz. Ar re-se a oa an traoł a zleec'h d'ober, hep koulskoude dilezel ar re all.

24  Renerien dall! Silań a rit ar fubuenn hag e lonkit ar c'hańval.

25  Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Dre ma naetait diavaez an hanaf hag ar plad, met an diabarzh a zo leun a laerońsi hag a lontegezh.

26  Farizian dall! Naeta da gentań an diabarzh eus an hanaf hag eus ar plad, evit ma teuio ivez an diavaez da vezań naet.

27  Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Dre ma'z oc'h heńvel ouzh bezioł gwennet, en em ziskouez kaer en diavaez, hag a zo leun a eskern tud varv hag a bep dic'hlanded en diabarzh.

28  Evel-se c'hwi ivez, en diavaez en em ziskouezit reizh d'an dud, met en diabarzh oc'h leun a bilpouzerezh hag a zireizhder.

29  Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Dre ma savit bezioł d'ar brofeded ha ma vravait bezioł an dud reizh,

30  en ur lavarout: Mar bijemp bet en amzer hon tadoł, ne vijemp ket en em unanet ganto da skuilh gwad ar brofeded.

31  Testiń a rit evel-se a-enep deoc'h hoc'h-unan ez oc'h mibien ar re o deus lazhet ar brofeded.

32  Peurleugnit eta muzul ho tadoł.

33  Naered, lignez a naered-gwiber! Penaos e tec'hot diouzh kastiz ar gehenn?

34  Setu perak e kasan deoc'h profeded, tud fur ha skribed. Lazhań a reot darn hag o kroazstago, skourjezań a reot darn all en ho sinagogennoł, hag heskinań a reot anezho eus an eil kźr d'eben,

35  evit ma kouezho warnoc'h an holl wad reizh bet skuilhet war an douar, adalek gwad Abel ar reizh betek gwad Zakaria mab Barakia, hoc'h eus lazhet etre an templ hag an aoter.

36  Me a lavar deoc'h e gwirionez, kement-se holl a gouezho war ar rummad-mań.

Jezuz oc'h hirvoudiń diwar-benn Jeruzalem

37  Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c'hoantaet dastum da vugale evel ma tastum ur yar he fońsined dindan he divaskell, ha n'eo ket bet fellet deoc'h!

38  Setu, ho ti a zo lezet deoc'h didud,

39  rak me a lavar deoc'h, ne'm gwelot mui pelloc'h, betek ma lavarot: Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou!

 

Pennad 24

Hag e welint Mab an den o tont ...

1  Evel ma'z ae Jezuz kuit eus an templ, e ziskibien a dostaas outań evit diskouez dezhań savadurioł bras an templ.

2  Met Jezuz a lavaras dezho: Gwelout a rit kement-se? Me en lavar deoc'h e gwirionez, ne chomo ket diouto amań maen war vaen na vo diskaret.

3  Hag evel ma oa azezet war Venez an Olived, an diskibien a dostaas outań, a-du, hag e lavarjont: Lavar deomp pegoulz e c'hoarvezo an traoł-se, ha petra a vo an arouez eus da zonedigezh hag eus diwezh ar bed.

4  Jezuz a respontas hag a lavaras dezho: Diwallit na douellfe den ac'hanoc'h.

5  Rak meur a hini a zeuio em anv, en ur lavarout: Me eo ar C'hrist. Hag e touellint kalz a dud.

6  Klevout a reot komz eus brezelioł ha brud brezelioł, lakait evezh na vefec'h spontet, rak ret eo e teufe an holl draoł-se. Met ne vo ket c'hoazh an diwezh.

7  Rak ur vroad a savo a-enep ur vroad, hag ur rouantelezh a-enep ur rouantelezh, hag e vo e meur a lec'h naonegezhioł, kleńvedoł-red ha krenoł-douar.

8  An traoł-mań ne vo nemet ar penn-kentań eus ar gloazioł.

9  Neuze e roint ac'hanoc'h evit bezań poaniet hag e lazhint ac'hanoc'h, hag e viot kasaet gant an holl vroadoł abalamour da'm anv.

10  Ha neuze kalz a gouezho, en em drubardo, en em gasaio an eil egile.

11  Kalz a fals-profeded a savo hag a douello kalz a dud.

12  Dre ma vo kresket an direizhder, karantez meur a hini a yenaio.

13  Met an hini a gendalc'ho betek an diwezh, hennezh a vo salvet.

14  An Aviel-mań eus ar rouantelezh a vo prezeget er bed a-bezh, evit reiń testeni d'an holl vroadoł. Neuze e teuio an diwezh.

15  Pa welot eta euzhusted ar glac'har, m'en deus komzet ar profed Daniel diwar he fenn, deuet el lec'h santel, ra gompreno an neb a lenn,

16  neuze ar re a vo e Judea, ra dec'hint d'ar menezioł,

17  an hini a vo war an doenn, ra chomo hep diskenn da gemer ar pezh a zo en e di,

18  an hini a vo er parkeier, ra chomo hep distreiń a-dreńv da gemer e zilhad.

19  Gwalleur d'ar gwragez brazez ha d'ar magerezed en deizioł-se!

20  Pedit evit na c'hoarvezo ket ho tec'h er goańv, nag un deiz sabad,

21  rak bez' e vo neuze ur glac'har ken bras, evel n'eus ket bet adalek penn-kentań ar bed betek vremań, ha ne vo biken.

22  Ha ma ne vefe ket bet berraet an deizioł-se, den ebet ne vefe salvet. Met abalamour d'ar re zibabet, an deizioł-se a vo berraet.

23  Neuze, mar lavar unan bennak deoc'h: Setu, ar C'hrist a zo amań, pe: Aze, na gredit ket.

24  Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo, hag e raint arouezioł bras ha burzhudoł e doare ma touellint, ma vefe gallet, zoken ar re zibabet.

25  Setu, henn lavaret em eus deoc'h a-raok.

26  Mar lavarer eta deoc'h: Setu, emań er gouelec'h, n'it ket; Setu, emań e kambroł lost an ti, na gredit ket.

27  Rak evel ma teu al luc'hedenn da lugerniń adalek ar sav-heol betek ar c'huzh-heol, evel-se e vo donedigezh Mab an den.

28  E pelec'h bennak ma vo ar c'horf-marv, eno en em zastumo an erered.

29  Raktal goude glac'har an deizioł-se, an heol a vo teńvalaet, al loar ne roio ken he sklźrijenn, ar stered a gouezho eus an neńv, ha galloudoł an neńvoł a vo brańsellet.

30  Neuze arouez Mab an den en em ziskouezo en neńv, holl bobloł an douar a glemmo, hag e welint Mab an den o tont war goabrennoł an neńv gant galloud ha gant ur c'hloar vras.

31  Kas a raio e aeled gant an drompilh tregernus da zastum e re zibabet eus ar pevar avel, adalek eil penn an neńv betek egile.

32  Deskit dre ur barabolenn tennet eus ar wezenn-fiez. Pa zeu he brankoł da vezań tener hag he delioł da vountań, gouzout a rit eo tost an hańv.

33  Evel-se ivez pa welot an holl draoł-se, gouezit emań tost, e-tal an nor.

34  Me a lavar deoc'h e gwirionez, ne dremeno ket ar rummad-mań ken na vo sevenet an holl draoł-se.

35  An neńv hag an douar a dremeno, met va c'homzoł ne dremenint ket.

36  Hogen evit ar pezh a sell ouzh an deiz hag ouzh an eur, den n'o anavez, na zoken aeled an neńv, met va Zad hepken.

37  Ar pezh a c'hoarvezas en amzer Noe, evel-se e c'hoarvezo ivez da zonedigezh Mab an den.

38  Rak en deizioł a-raok al lińvadenn-veur, an dud a zebre hag a eve, en em zimeze hag a roe da zimeziń, betek an deiz ma'z eas Noe en arc'h,

39  ha ne ouezjont netra betek ma teuas al lińvadenn-veur, o c'hasas holl ganti. Evel-se e vo ivez da zonedigezh Mab an den.

40  Neuze eus daou a vo en ur park, unan a vo kemeret hag egile lezet,

41  eus div a valo en ur vilin, unan a vo kemeret hag eben lezet.

42  Beilhit eta, rak n'ouzoc'h ket da bet eur e teuio hoc'h Aotrou.

43  Gouezit mat, mar oufe mestr an ti da bet beilhadenn eus an noz e tle dont al laer, e chomfe dihun ha ne lezfe ket da doullań e di.

44  Setu perak c'hwi ivez en em zalc'hit prest, rak Mab an den a zeuio d'an eur na sońjot ket.

45  Piv eo eta ar mevel feal ha poellek a zo bet lakaet gant e vestr war dud e di, evit reiń dezho boued en amzer dereat?

46  Eürus ar mevel-se pa zeuio e vestr, mar bez kavet gantań oc'h ober evel-se.

47  Me a lavar deoc'h e gwirionez, e lakaat a raio war e holl vadoł.

48  Met mard eo ur mevel drouk, a lavar en e galon: Va mestr a zale da zont,

49  ha ma teu da skeiń gant e genseurted, ha da zebriń ha da evań gant ar vezvierien,

50  mestr ar mevel-se a zeuio d'an deiz na c'hortozo ket ha d'an eur na ouezo ket,

51  hag en em zispartio dioutań, hag e lakaio anezhań e renk ar bilpouzed. Eno eo e vo goueladegoł ha grigońsadegoł-dent.

 

Pennad 25

Parabolenn an dek gwerc'hez

1  Neuze, rouantelezh an neńvoł a vo heńvel ouzh dek gwerc'hez a gemeras o lampoł ganto hag a yeas da ziaraogiń ar pried.

2  Pemp anezho a oa fur, ha pemp a oa diskiant.

3  Ar re ziskiant, en ur gemer o lampoł, ne gemerjont ket a eoul ganto,

4  met ar re fur a gemeras eoul en o fodoł gant o lampoł.

5  Evel ma talee ar pried, e voredjont holl hag e kouskjont.

6  Met da hanternoz e voe klevet ur c'hri: Setu e teu ar pried, it en e raok!

7  Neuze an holl werc'hezed-se a savas hag a fichas o lampoł.

8  Ar re ziskiant a lavaras d'ar re fur: Roit deomp eus hoc'h eoul, rak hol lampoł a ya da vougań.

9  Met ar re fur a respontas, o lavarout: Gant aon n'hor befe ket a-walc'h evidomp hag evidoc'h, it kentoc'h da gavout ar re a werzh ha prenit evidoc'h.

10  E-pad ma'z aent da brenań e teuas ar pried. Ar re a oa prest a zeuas gantań e sal an eured, hag e voe serret an nor.

11  Goude-se e teuas ivez ar gwerc'hezed all, hag e lavarjont: Aotrou, aotrou, digor deomp.

12  Met eń a respontas hag a lavaras: Me a lavar deoc'h e gwirionez, n'anavezan ket ac'hanoc'h.

13  Beilhit eta, dre ma n'ouzoc'h nag an deiz nag an eur ma teuio Mab an den.

Parabolenn an talantoł

14  Heńvel eo ouzh un den o vont en ur vro all, a c'halvas e servijerien hag a lakaas e vadoł etre o daouarn.

15  Reiń a reas pemp talant (1 talant ~ 30 kg arc'hant) da unan, daou da un all, unan da un all, da bep hini hervez e varregezh, hag ez eas en hent raktal.

16  Neuze an hini en doa resevet ar pemp talant a yeas, o lakaas da dalvezout, hag a c'hounezas pemp talant all.

17  En hevelep doare an hini en doa resevet daou dalant a c'hounezas ivez daou all.

18  Met an hini en doa resevet unan, a yeas d'ober un toull en douar hag a guzhas arc'hant e vestr.

19  Pell goude, mestr ar servijerien-se a zistroas hag a reas o c'hont ganto.

20  An hini en doa resevet pemp talant a zeuas hag a zegasas pemp talant all, en ur lavarout: Aotrou, pemp talant ac'h eus roet din, setu pemp talant all am eus gounezet ouzhpenn.

21  E vestr a lavaras dezhań: Mat eo, servijer mat ha feal. Dre ma'z out bet feal war nebeut a dra, da lakaat a rin war galz. Kae e-barzh levenez da aotrou.

22  An hini en doa resevet daou dalant a zeuas ivez hag a lavaras: Aotrou, daou dalant ac'h eus roet din, setu daou dalant all am eus gounezet ouzhpenn.

23  E vestr a lavaras dezhań: Mat eo, servijer mat ha feal. Dre ma'z out bet feal war nebeut a dra, da lakaat a rin war galz. Kae e-barzh levenez da aotrou.

24  Neuze an hini n'en doa resevet nemet un talant a zeuas hag a lavaras: Aotrou, gouzout a raen ez out un den didruez, hag a ved e-lec'h na'c'h eus ket hadet hag a zastum e-lec'h na'c'h eus ket strewet,

25  hag e teuas aon din, hag on aet da guzhat da dalant en douar. Setu ec'h eus ar pezh a zo dit.

26  E aotrou a respontas hag a lavaras dezhań: Servijer fall ha diegus, te a ouie e vedan e-lec'h na'm eus ket hadet hag e tastuman e-lec'h na'm eus ket strewet,

27  ret e oa dit eta reiń va arc'hant d'ar vankerien, ha pa vijen deuet en-dro, em bije resevet ar pezh a zo din gant ur c'hampi.

28  Lamit eta digantań an talant, ha roit-eń d'an hini en deus dek talant.

29  Rak roet e vo d'an neb en deus hag en devo a-fonn, met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantań zoken ar pezh en deus.

30  Ha taolit ar servijer didalvoud en deńvalijenn a-ziavaez, e-lec'h ma vo goueladegoł ha grigońsadegoł-dent.

An deńved hag ar bouc'hed

31  Pa zeuio Mab an den en e c'hloar, hag an holl aeled santel gantań, ec'h azezo war dron e c'hloar.

32  An holl vroadoł a vo dastumet dirazań, hag e tispartio an eil diouzh egile, evel ma tisparti ar mesaer an deńved diouzh ar bouc'hed.

33  Lakaat a raio an deńved a-zehoł dezhań hag ar bouc'hed a-gleiz.

34  Neuze ar Roue a lavaro d'ar re a vo a-zehoł dezhań: Deuit, c'hwi hag a zo benniget gant va Zad, resevit da hźrezh ar rouantelezh a zo bet kempennet evidoc'h adalek krouidigezh ar bed.

35  Rak naon am eus bet ha roet hoc'h eus din da zebriń; sec'hed am eus bet ha roet hoc'h eus din da evań; diavaeziad e oan ha va degemeret hoc'h eus;

36  en noazh e oan ha va gwisket hoc'h eus; klańv e oan ha deuet oc'h da'm gwelout; en toull-bac'h e oan ha deuet oc'h da'm c'havout.

37  Neuze ar re reizh a responto dezhań, o lavarout: Aotrou, pegoulz hon eus da welet o kaout naon hag hon eus roet dit da zebriń, pe o kaout sec'hed hag hon eus roet dit da evań?

38  Pegoulz hon eus da welet diavaeziad hag hon eus da zegemeret, pe en noazh hag hon eus da wisket?

39  Pegoulz hon eus da welet klańv, pe en toull-bac'h, hag ez omp deuet da'z kavout?

40  Hag ar Roue a responto hag a lavaro dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, e kement ha ma hoc'h eus graet an traoł-se da unan eus ar re zisterań eus va breudeur, din-me eo hoc'h eus graet an traoł-se.

41  Neuze e lavaro ivez d'ar re a vo a-gleiz dezhań: Tec'hit diouzhin, tud villiget, it en tan peurbadus a zo kempennet evit an diaoul hag e aeled.

42  Rak naon am eus bet ha n'hoc'h eus ket roet din da zebriń; sec'hed am eus bet ha n'hoc'h eus ket roet din da evań;

43  diavaeziad e oan ha n'hoc'h eus ket va degemeret; en noazh e oan ha n'hoc'h eus ket va gwisket; klańv hag en toull-bac'h e oan ha n'oc'h ket deuet da'm gwelout.

44  Neuze int ivez a responto dezhań, o lavarout: Aotrou, pegoulz hon eus da welet o kaout naon, pe sec'hed, pe diavaeziad, pe en noazh, pe klańv, pe en toull-bac'h, ha n'hon eus ket da sikouret?

45  Hag e responto dezho, o lavarout: Me a lavar deoc'h e gwirionez, e kement ha ma n'hoc'h eus ket graet an traoł-se e-da unan eus ar re zisterań-se, din-me eo n'hoc'h eus ket graet an traoł-se.

46  Hag ez aio ar re-mań d'ar c'hastiz peurbadus, met ar re reizh d'ar vuhez peurbadus.

 

Pennad 26

Irienn a-enep Jezuz

1  Hag e c'hoarvezas, p'en doe Jezuz echuet an holl lavaroł-se, ma lavaras d'e ziskibien:

2  Gouzout a rit emań gouel ar Pask a-benn daou zevezh, ha Mab an den a vo gwerzhet evit bezań kroazstaget.

3  Neuze an aberzhourien vras, ar skribed hag henaourien ar bobl en em zastumas e palez an aberzhour-meur anvet Kaifaz,

4  hag en em guzuilhjont evit gouzout penaos kregiń e Jezuz dre droidell hag e lakaat d'ar marv.

5  Met lavarout a raent: Arabat e vefe e-pad ar gouel, gant aon na savfe un drubuilh bennak e-touez ar bobl.

Jezuz olevet e Betania

6  E-pad ma oa Jezuz e Betania, e ti Simon al lovr,

7  ur vaouez a zeuas d'e gavout gant ul lestr alabastr leun a c'hwezh-vat prizius bras, hag e-pad ma oa ouzh taol, e skuilhas anezhi war e benn.

8  An diskibien o welout-se, a oa droug enno hag e lavarjont: Perak ar c'holl-se?

9  Gallet e vije bet gwerzhań ker ar c'hwezh-vat-se, ha reiń e briz d'ar beorien.

10  Met Jezuz o c'houzout kement-se, a lavaras dezho: Perak e rit poan d'ar vaouez-se? Un dra vat he deus graet em c'heńver.

11  Rak bepred ho po peorien ganeoc'h, met n'ho po ket atav ac'hanon.

12  O skuilhań ar c'hwezh-vat-se war va c'horf, he deus en graet evit va beziadur.

13  Me a lavar deoc'h e gwirionez, e kement lec'h ma vo prezeget an Aviel-mań dre ar bed holl, ar pezh he deus graet-hi a vo ivez lavaret en eńvor anezhi.

Trubarderezh Judaz

14  Neuze unan eus an daouzek, anvet Judaz Iskariod, a yeas da gavout an aberzhourien vras

15  hag a lavaras dezho: Petra a roiot din, ha me en lakaio etre ho taouarn? Int a reas marc'had gantań eus tregont pezh arc'hant.

16  Diwar neuze e klaske un tu dereat d'e zroukreiń.

Ar Pask diwezhań

17  Da zeiz kentań gouel ar bara hep goell, an diskibien a zeuas da gavout Jezuz hag a lavaras dezhań: Pelec'h e fell dit e kempennfemp evidout pred ar Pask?

18  Hag e lavaras: It e kźr da gavout an den-mań-'n den, ha lavarit dezhań: Ar Mestr a lavar: Va amzer a zo tost, ober a rin ar Pask ez ti gant va diskibien.

19  An diskibien a reas evel m'en doa Jezuz gourc'hemennet dezho. Hag e kempennjont ar Pask.

20  Pa voe deuet an abardaez, en em lakaas ouzh taol gant an daouzek.

21  Hag e-pad ma tebrent, e lavaras: Me a lavar deoc'h e gwirionez, unan ac'hanoc'h am gwerzho.

22  Gwall c'hlac'haret e voent, ha pep hini anezho en em lakaas da lavarout dezhań: Aotrou, ha me eo?

23  Eń a respontas hag a lavaras: An hini a laka e zorn ganin er plad, hennezh eo am gwerzho.

24  Mont a ra kuit Mab an den hervez ar pezh a zo skrivet diwar e benn, met gwalleur d'an den ma'z eo gwerzhet gantań! Gwelloc'h e vije bet d'an den-se ma ne vije biken bet ganet.

25  Judaz, an hini en gwerzhe, a gemeras ar gomz hag a lavaras: Rabbi (=Mestr), ha me eo? Eń a lavaras dezhań: Lavaret ec'h eus.

Ar Goan-Santel

26  E-pad ma tebrent Jezuz a gemeras bara, ha goude bezań trugarekaet, en torras hag en roas d'an diskibien, en ur lavarout: Kemerit, debrit, hemań eo va c'horf.

27  Kemer a reas ivez an hanaf, ha goude bezań trugarekaet, en roas dezho, en ur lavarout: Evit holl dioutań,

28  rak hemań eo va gwad, ar gwad eus an emglev nevez skuilhet evit kalz, evit pardon ar pec'hedoł.

29  Me a lavar deoc'h, n'evin mui hiviziken eus ar frouezh-mań eus ar winienn betek an deiz ma'c'h evin hini nevez ganeoc'h e rouantelezh va Zad.

Jezuz a gemenn da Bźr e zinac'hadenn

30  Goude bezań kanet ur c'hantik, ez ejont da Venez an Olived.

31  Neuze Jezuz a lavaras dezho: Evidoc'h holl e vin en noz-mań un abeg da gouezhań, rak skrivet eo: Skeiń a rin gant ar mesaer, ha deńved an tropell a vo stlabezet.

32  Met goude ma vin dasorc'het, ho tiaraogin e Galilea.

33  Pźr a gemeras ar gomz hag a lavaras dezhań: Pa vefes un abeg da gouezhań evit an holl, ne vi biken un abeg da gouezhań evidon-me.

34  Jezuz a lavaras dezhań: Me a lavar dit e gwirionez, en noz-mań, a-raok ma kano ar c'hilhog, te az po va dinac'het teir gwech.

35  Pźr a lavaras dezhań: Ha pa vefe ret din mervel ganit, ne zinac'hin ket ac'hanout. Hag an holl ziskibien a lavaras an hevelep tra.

E liorzh Getsemane

36  Neuze Jezuz a yeas ganto d'ul lec'h anvet Getsemane, hag e lavaras d'an diskibien: Azezit amań e-pad ma'z in da bediń ahont.

37  Kemer a reas gantań Pźr ha daou vab Zebedea, hag e krogas da vezań trist hag ankeniet-meurbet.

38  Neuze e lavaras dezho: Trist-kenań eo va ene betek ar marv, chomit amań ha beilhit ganin.

39  Hag o vont un tamm a-raokoc'h, e kouezhas e zremm d'an douar, hag e pedas o lavarout: Va Zad, mar gell-se bezań, ra dremeno e-biou din an hanaf-se! Koulskoude, ne vo ket evel ma fell din, met evel ma fell dit.

40  Dont a reas da gavout an diskibien, hag o c'havas kousket, hag e lavaras da Bźr: Evel-se n'hoc'h eus ket gallet beilhań un eurvezh ganin?

41  Beilhit ha pedit, evit ma n'eot ket e-barzh an temptadur, rak ar spered a zo tuet mat met ar c'hig a zo dinerzh.

42  Mont a reas adarre un eil gwech hag e pedas o lavarout: Va Zad, ma ne c'hell ket an hanaf-se mont e-biou din hep ma'c'h evin anezhań, ra vo graet da volontez!

43  Hag e tistroas hag o c'havas kousket adarre, rak o daoulagad a oa pounneraet.

44  O vezań o lezet, ez eas adarre hag e pedas evit an trede gwech o lavarout an hevelep komzoł.

45  Neuze e teuas da gavout e ziskibien hag e lavaras dezho: Kouskit bremań ha diskuizhit! Setu, an eur a zo tost, ha Mab an den a ya da vezań lakaet etre daouarn ar bec'herien.

46  Savit, deomp. Setu, an hini am gwerzh a dosta.

Jezuz a zo trubardet ha paket

47  Evel ma komze c'hoazh, setu e teuas Judaz, unan eus an daouzek, ha gantań un engroez bras a dud gant klezeier ha gant bizhier, a-berzh an aberzhourien vras hag henaourien ar bobl.

48  An hini en gwerzhe en doa roet ar sin-mań: An hini a bokin dezhań, hennezh eo, krogit ennań.

49  Raktal, o tostaat ouzh Jezuz, e lavaras: Salud Rabbi (=Mestr)! Hag e pokas dezhań.

50  Jezuz a lavaras dezhań: Va mignon, evit petra out amań? Neuze e tostajont, e lakajont o daouarn war Jezuz, hag e krogjont ennań.

51  Ha setu, unan eus ar re a oa gant Jezuz a astennas e zorn, a dennas e gleze, a skoas gant ur servijer eus an aberzhour-meur, hag a droc'has e skouarn dezhań.

52  Neuze Jezuz a lavaras dezhań: Laka en-dro da gleze en e lec'h, rak an holl re a gemero ar c'hleze a varvo dre ar c'hleze.

53  Ha sońjal a rez na c'hellfen ket pediń va Zad, hag e rofe din raktal ouzhpenn daouzek lejion aeled?

54  Penaos eta e vefe sevenet ar Skriturioł a lavar e tle an traoł c'hoarvezout evel-se?

55  D'an ampoent-se Jezuz a lavaras d'an engroez: Deuet oc'h er-maez evel war-lerc'h ul laer, gant klezeier ha gant bizhier, evit kregiń ennon. Bemdez e oan azezet en ho touez o kelenn en templ, ha n'hoc'h eus ket va c'hemeret.

56  Met kement-se a zo c'hoarvezet evit ma vo sevenet ar pezh a zo bet skrivet gant ar brofeded. Neuze e holl ziskibien a zilezas anezhań hag a dec'has kuit.

Jezuz kaset dirak an aberzhour-meur; Dinac'hadurioł Pźr

57  Ar re o doa kroget e Jezuz, a gasas anezhań da di Kaifaz, an aberzhour-meur, e-lec'h ma oa en em zastumet ar skribed hag an henaourien.

58  Pźr a heulias anezhań a-bell betek porzh an aberzhour-meur. Hag o vezań aet e-barzh, ec'h azezas gant ar vevelien, evit gwelout penaos ec'h echufe kement-se.

59  Neuze an aberzhourien vras, an henaourien hag ar sanedrin a-bezh a glaske ur falstesteni bennak a-enep Jezuz evit e lakaat d'ar marv,

60  met ne gavent ket. Ha petra bennak ma teuas meur a falstest, ne gavent ket. En diwezh, e teuas daou falstest

61  a lavaras: Hemań en deus lavaret: Me a c'hell diskar templ Doue hag e adsevel e tri devezh.

62  An aberzhour-meur a savas hag a lavaras dezhań: Ha ne respontez netra? Petra a lavar an dud-se ez enep?

63  Met Jezuz a davas. An aberzhour-meur o komz outań, a lavaras: Da urzhiań a ran en anv an Doue bev, lavar deomp ha te eo ar C'hrist, Mab Doue.

64  Jezuz a lavaras dezhań: Henn lavaret ec'h eus. Ouzhpenn, me a lavar deoc'h, e welot hiviziken Mab an den azezet a-zehoł da c'halloud Doue, hag o tont war goabrennoł an neńv.

65  Neuze an aberzhour-meur a rogas e zilhad, en ur lavarout: Touet en deus! Da betra hon eus mui ezhomm a destoł? Setu, klevet hoc'h eus e ledoued.

66  Petra a sońjit? Respont a rejont hag e lavarjont: Dleout a ra mervel.

67  Neuze e krańchjont ouzh e zremm hag e rojont taolioł-dorn dezhań, ha reoł all a vazhataas anezhań,

68  o lavarout: Diougan deomp, Krist, piv eo an hini en deus skoet ganit?

69  Koulskoude Pźr a oa azezet en diavaez er porzh. Ur vatezh a dostaas outań hag a lavaras: Te ivez a oa gant Jezuz ar Galilead.

70  Met eń a nac'has dirak an holl o lavarout: N'ouzon ket petra a lavarez.

71  Evel ma'z ae er-maez dindan ar porched, ur vatezh all a welas anezhań hag a lavaras d'ar re a oa eno: Hemań a oa ivez gant Jezuz a Nazared.

72  Eń a nac'has adarre gant ul ledoued: N'anavezan ket an den-se.

73  Un nebeud goude, ar re a oa eno a dostaas hag a lavaras da Bźr: A-dra-sur te a zo eus an dud-se, rak da anavezout a reer diouzh da yezh.

74  Neuze en em lakaas da zroukpediń ha da douiń: N'anavezan ket an den-se. Raktal e kanas ur c'hilhog.

75  Pźr en doe sońj eus ar ger en doa lavaret Jezuz dezhań: A-raok ma kano ar c'hilhog, te az po va dinac'het teir gwech. Hag o vezań aet er-maez, e ouelas gant c'hwervder.

 

Pennad 27

Jezuz degaset dirak Pilat; Morc'hed Judaz

1  Pa voe deuet ar mintin, an holl aberzhourien vras hag holl henaourien ar bobl en em guzulias a-enep Jezuz, evit e lakaat d'ar marv.

2  O vezań e ereet, en degasjont hag en lakajont etre daouarn Pońs-Pilat, ar gouarnour.

3  Neuze Judaz, en doa e werzhet, o welout e oa kondaonet, a zeuas keuz dezhań, hag e tegasas an tregont pezh arc'hant d'an aberzhourien vras ha d'an henaourien,

4  o lavarout: Pec'het em eus o werzhań ar gwad didamall. Met int a lavaras dezhań: Petra a ra-se deomp? An dra-se a sell ouzhit.

5  Teurel a reas ar pezhioł arc'hant en templ, hag ez eas kuit, hag en em grougas.

6  An aberzhourien vras a zastumas ar pezhioł arc'hant hag a lavaras: N'eo ket aotreet o lakaat en teńzor, dre ma'z int priz ar gwad.

7  Hag o vezań en em guzuliet, e prenjont park ar poder, evit beziań an diavaezidi.

8  Setu perak eo bet anvet ar park-se Park ar Gwad betek hiziv.

9  Neuze e voe sevenet ar pezh a oa bet disklźriet gant Jeremiaz ar profed, p'en doa lavaret: Kemeret o deus an tregont pezh arc'hant, gwerzh an hini a zo bet prizet, an hini a zo bet prizet gant mibien Israel,

10  hag o rojont evit park ar poder, evel m'en doa urzhiet din an Aotrou.

11  Jezuz a voe degaset dirak ar gouarnour. Ar gouarnour en goulennataas o lavarout: Ha te eo Roue ar Yuzevien? Jezuz a lavaras dezhań: Henn lavarout a rez.

12  Met pa voe tamallet gant an aberzhourien vras ha gant an henaourien, ne respontas netra.

13  Neuze Pilat a lavaras dezhań: Ne glevez ket pegement a draoł a lavaront a-enep dit?

14  Ha ne respontas ket ur ger dezhań, e doare ma voe souezhet-meurbet ar gouarnour.

15  Hogen d'ar gouel, ar gouarnour en doa ar c'hiz da leuskel d'ar bobl unan eus ar brizonidi, an hini a c'houlennent.

16  Bez' e oa neuze ur prizoniad brudet-bras, a veze anvet Barabbaz.

17  Evel ma oant dastumet, Pilat a lavaras dezho: Pehini a fell deoc'h e laoskfen deoc'h, Barabbaz, pe Jezuz a vez anvet Krist?

18  Rak anavezout a rae e oa dre warizi o doa e lakaet etre e zaouarn.

19  Hag e-pad ma oa azezet war e gador-varn, e wreg a gasas da lavarout dezhań: Gant ma ne vo netra etre an den reizh-se ha te, rak gwall boaniet on bet hiziv en un hunvre abalamour dezhań.

20  Met an aberzhourien vras hag an henaourien a zougas an engroez da c'houlenn Barabbaz ha da lakaat Jezuz d'ar marv.

21  Ar gouarnour a gemeras ar gomz hag a lavaras dezho: Pehini eus an daou a fell deoc'h e laoskfen deoc'h? Int a lavaras: Barabbaz.

22  Pilat a lavaras dezho: Petra a rin eta eus Jezuz a vez anvet Krist? An holl a lavaras dezhań: Ra vo kroazstaget!

23  Hag e lavaras ar gouarnour: Met pe zroug en deus graet? Hag e krijont kreńvoc'h o lavarout: Ra vo kroazstaget!

24  Neuze Pilat o welout ne c'houneze netra, met kreskiń a rae an drubuilh, a gemeras dour hag a walc'has e zaouarn dirak an engroez, en ur lavarout: Didamall on eus gwad an den reizh-mań. Ouzhoc'h e sell kement-se.

25  Hag an holl bobl a respontas hag a lavaras: Ra vo e wad warnomp ha war hor bugale!

26  Neuze e laoskas dezho Barabbaz, ha goude bezań lakaet Jezuz da vezań skourjezet, en roas evit bezań kroazstaget.

27  Neuze soudarded ar gouarnour a zegasas Jezuz er pretordi hag a zastumas en-dro dezhań an holl strollad.

28  O vezań diwisket dioutań e zilhad, e lakajont warnań ur vantell tane.

29  O vezań gweet ur gurunenn spern, e lakajont anezhi war e benn, gant ur gorzenn en e zorn dehoł; hag o plegań o glin dirazań, e raent goap anezhań o lavarout: Salud, Roue ar Yuzevien!

30  O vezań krańchet outań, e kemerent ar gorzenn hag e skoent ganti war e benn.

Ar c'hroazstagadur

31  Goude bezań graet goap anezhań, e lamjont ar vantell diwarnań, e wiskjont dezhań e zilhad en-dro, hag e kasjont anezhań ganto evit e groazstagań.

32  Evel ma'z aent er-maez, e kavjont un den eus Siren, anvet Simon, hag e redijont anezhań da zougen e groaz.

33  O vezań erruet el lec'h anvet Golgota, da lavarout eo: Lec'h ar C'hlopenn,

34  e rojont dezhań da evań gwinegr mesket gant bestl. Goude bezań tańvaet, ne fellas ket dezhań evań.

35  Goude bezań e groazstaget, e lodennjont e zilhad ouzh o zeurel d'ar sord, evit ma vefe sevenet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed: Lodennet o deus va dilhad etrezo, taolet o deus va zoneg d'ar sord.

36  Hag o vezań azezet, e tiwallent anezhań eno.

37  Lakaat a rejont a-us d'e benn abeg e gondaonidigezh dre ar skrid: HEMAŃ EO JEZUZ, ROUE AR YUZEVIEN.

38  Kroazstaget e voe gantań daou laer, unan a-zehoł hag egile a-gleiz dezhań.

39  Ar re a dremene dre eno a lavare dismegańsoł dezhań hag a heje o fenn,

40  en ur lavarout: Te hag a ziskar an templ hag en adsav e tri devezh, en em savete da-unan! Mard out Mab Doue, diskenn eus ar groaz!

41  Evel-se ivez, an aberzhourien vras gant ar skribed hag an henaourien a rae goap anezhań o lavarout:

42  Saveteet en deus ar re all, ha ne c'hell ket en em saveteiń e-unan. Mard eo roue Israel, ra ziskenno bremań eus ar groaz hag e kredimp anezhań.

43  Lakaet en deus e fiziańs e Doue, ra en dieubo bremań mar kar anezhań, rak lavaret en deus: Me eo Mab Doue.

44  Al laeron ivez, a oa kroazstaget gantań, a rae dezhań an hevelep rebechoł.

45  Hogen adalek ar c'hwec'hvet eur e voe teńvalijenn war ar vro a-bezh, betek an navet eur.

46  War-dro an navet eur, Jezuz a grias gant ur vouezh kreńv o lavarout: Eli, Eli, lama sabaktani? Da lavarout eo: Va Doue, va Doue, perak ec'h eus va dilezet?

47  Hiniennoł eus ar re a oa eno o vezań e glevet, a lavaras: Gervel a ra Elia.

48  Raktal unan anezho a redas hag a gemeras ur spoueenn, hag o vezań he leuniet a winegr, he lakaas e penn ur gorzenn hag he roas dezhań da evań.

49  Ar re all a lavare: Lez, gwelomp hag-eń e teuio Elia d'e saveteiń.

50  Neuze Jezuz o vezań kriet adarre gant ur vouezh kreńv, a rentas e Spered.

51  Ha setu, gouel an templ a rogas e div adalek al lein betek an traoń, an douar a grenas, ar reier a frailhas,

52  ar bezioł a zigoras ha meur a gorf eus ar sent a gouske a zasorc'has,

53  hag o vezań aet er-maez eus o bezioł goude e zasorc'hidigezh, ez ejont er gźr santel hag en em ziskouezjont da galz a dud.

54  Neuze ar c'hantener hag ar re a oa gantań da ziwall Jezuz, o welout ar c'hren-douar ha kement a oa c'hoarvezet, a voe spontet bras hag a lavaras: E gwirionez, an den-mań a oa Mab Doue.

55  Bez' e oa ivez meur a vaouez a selle a-bell, o doa heuliet Jezuz adalek Galilea ouzh e servijań.

56  En o-zouez e oa Mari a Vagdala, Mari mamm Jakez ha Jozez, ha mamm mibien Zebedea.

Beziadur Jezuz

57  Pa voe deuet an abardaez, e teuas un den pinvidik eus Arimatea, anvet Jozef, un den a oa ivez diskibl da Jezuz.

58  Mont a reas da gavout Pilat hag e c'houlennas digantań korf Jezuz. Neuze Pilat a c'hourc'hemennas reiń ar c'horf.

59  Jozef a gemeras ar c'horf, en goloas gant ul lińsel c'hlan,

60  hag a lakaas anezhań en ur bez nevez en doa toullet er roc'h evitań e-unan. Ha goude bezań ruilhet ur maen bras ouzh dor ar bez, ez eas kuit.

61  Mari a Vagdala hag ar Mari all a oa azezet eno, e-tal ar bez.

62  An deiz war-lerc'h, a oa deiz goude ar c'hempennadur, an aberzhourien vras hag ar farizianed a zeuas a-gevret da gavout Pilat,

63  hag e lavarjont dezhań: Aotrou, deuet eo da sońj deomp penaos an toueller-se a lavaras pa oa bev: A-benn tri devezh e tasorc'hin.

64  Gourc'hemenn eta ma vo diwallet ar bez betek an trede deiz, gant aon na zeufe e ziskibien en noz d'e laerezh evit lavarout d'ar bobl: Dasorc'het eo a-douez ar re varv. An douelladenn ziwezhań-se a vefe gwashoc'h eget an hini gentań.

65  Pilat a lavaras dezho: Gwarded hoc'h eus, it ha diwallit-eń evel ma karit.

66  Mont a rejont eta kuit, hag e lakajont e surentez ar bez en ur siellań ar maen hag o lakaat gwarded war e dro.

 

Pennad 28

Jezuz dasorc'het a-douez ar re varv

1  Pa voe tremenet ar sabad, da darzh an deiz kentań eus ar sizhun, e teuas Mari a Vagdala hag ar Mari all da welout ar bez.

2  Ha setu e voe ur c'hren-douar bras, rak un ael eus an Aotrou a ziskennas eus an neńv, a zeuas da ruilhań ar maen a-zirak an nor, hag a azezas warnań.

3  E zremm a oa evel ul luc'hedenn, hag e zilhad gwenn evel an erc'h.

4  Gant ar spont razań e krenas ar warded, hag e teujont da vezań evel tud varv.

5  Met an ael o komz ouzh ar maouezed a lavaras: Evidoc'h, n'ho pet ket aon, rak gouzout a ran e klaskit Jezuz, an hini a zo bet kroazstaget.

6  N'emań ket amań, rak dasorc'het eo, hervez m'en doa lavaret. Deuit ha gwelit al lec'h ma oa gourvezet an Aotrou.

7  It raktal ha lavarit d'e ziskibien ez eo dasorc'het a-douez ar re varv. Ha setu, ho tiaraogo e Galilea, eno en gwelot. Setu, em eus henn lavaret deoc'h.

Jezuz en em ziskouez da Vari a Vagdala ha d'ar Mari all

8  Mont a rejont raktal er-maez eus ar bez, gant spont ha levenez vras, hag e redjont da zisklźriań kement-se d'e ziskibien.

9  Hag evel ma'z aent da gemenn-se d'e ziskibien, setu, Jezuz a zeuas a-ziarbenn dezho hag a lavaras: Salud deoc'h. Hag int, o tostaat, a bokas d'e dreid hag a azeuljont anezhań.

10  Neuze e lavaras Jezuz dezho: N'ho pet ket aon, it ha lavarit da'm breudeur mont da C'halilea, eno e welint ac'hanon.

Danevell ar warded

11  Pa voent aet kuit, setu, darn eus ar warded a zeuas e kźr hag a zisklźrias d'an aberzhourien vras kement a oa c'hoarvezet.

12  Ar re-mań en em zastumas gant an henaourien, ha goude bezań en em guzuliet, e rojont kalz a arc'hant d'ar soudarded,

13  en ur lavarout: Lavarit: Deuet eo e ziskibien e-pad an noz, hag e laeret o deus e-keit ha ma oamp kousket.

14  Mar deu ar gouarnour da glevout kement-se, e c'hounezimp anezhań hag e tennimp ac'hanoc'h a boan.

15  Int o vezań kemeret an arc'hant, a reas evel ma oa bet lavaret dezho. Hag ar vrud-se en deus redet e-touez ar Yuzevien betek hiziv.

It eta, kelennit an holl vroadoł, o vadeziń anezho …

16  Neuze an unnek diskibl a yeas da C'halilea, war ar menez en doa Jezuz merket dezho.

17  Pa weljont anezhań, en azeuljont. Met darn a zouetas.

18  Jezuz a dostaas, a gomzas outo hag a lavaras: Pep galloud a zo roet din en neńv ha war an douar.

19  It eta, kelennit an holl vroadoł, o vadeziń anezho en anv an Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel,

20  hag o teskiń dezho mirout kement am eus gourc'hemennet deoc'h. Ha setu, emaon dalc'hmat ganeoc'h betek diwezh ar bed. Amen.