OBEROŁ AN EBESTEL

 

Pennad 1

Digoradur

1  Em levr kentań, o Teofil, em eus skrivet diwar-benn kement en deus Jezuz graet ha kelennet, adalek ar penn-kentań

2  betek an deiz ma voe savet en neńv, goude bezań roet e urzhioł, dre ar Spered-Santel, d'an ebestel en doa dibabet.

Resev a reot un nerzh, …

3  Goude bezań gouzańvet, e teuas war wel bev dirazo hag e roas dezho kalz a brouennoł peursur, oc'h en em ziskouez dezho e-pad daou-ugent devezh hag o komz diwar-benn ar pezh a sell ouzh rouantelezh Doue.

4  O vezań o dastumet, e c'hourc'hemennas dezho na bellajent ket diouzh Jeruzalem, met ma c'hortozjent promesa an Tad, an hini hoc'h eus klevet diganin, emezań,

5  rak Yann en deus badezet en dour, met c'hwi a vo badezet er Spered-Santel a-benn nebeut a zevezhioł.

6  O vezań eta en em zastumet, e c'houlennjont digantań: Aotrou, hag en amzer-se eo ec'h adsavi rouantelezh Israel?

7  Eń a lavaras dezho: N'eo ket roet deoc'h anavezout an amzerioł pe ar c'houlzioł en deus merket an Tad en e c'halloud e-unan.

8  Met resev a reot un nerzh pa zeuio ar Spered-Santel warnoc'h, hag e viot va zestoł e Jeruzalem, en holl Judea, e Samaria ha betek pennoł pellań an douar.

Ar Bignidigezh

9  Goude m'en doe lavaret an traoł-se, e voe savet e-pad ma sellent outań, hag ur goabrenn a guzhas anezhań eus o daoulagad.

10  Evel ma sellent gant evezh war-zu an neńv e-pad ma'z ae kuit, setu, daou zen gwisket e gwenn en em gavas en o c'hichen

11  hag a lavaras: Tud a C'halilea, perak en em zalc'hit aze da sellout ouzh an neńv? Ar Jezuz-mań, savet diganeoc'h en neńv, a zeuio en-dro en hevelep doare evel ma hoc'h eus e welet o pignat en neńv.

12  Neuze e tistrojont da Jeruzalem, eus ar Menez a c'halver an Olived, a zo pell diouzh Jeruzalem war-dro hed ur pennad-hent sabad (~ 1100 m).

13  Pa voent erruet, e pignjont er gambr uhel e-lec'h ma chome Pźr, Jakez,Yann, Andrev, Filip, Tomaz, Bertele, Mazhev, Jakez mab Alfe, Simon ar Gredus, Jud breur Jakez.

14  Ar re-se holl a gendalc'he a-unvan er bedenn hag en aspedenn, gant ar gwragez, ha Mari mamm Jezuz, ha gant e vreudeur.

Matiaz dibabet da vezań lakaet e-lec'h Judaz

15  En deizioł-se, Pźr, a savas e-kreiz an diskibien, dastumet asambles e niver a war-dro kant ugent den, hag a lavaras:

16  Tud breudeur, ret e oa ma vije peurc'hraet ar pezh en doa lavaret ar Spered-Santel er Skritur en a-raok dre c'henoł David diwar-benn Judaz, hag a zo bet rener ar re o deus kemeret Jezuz.

17  Rak e oa en hon touez hag en deus bet e lod er ministrerezh-mań.

18  Hemań o vezań prenet ur park gant gopr an torfed, a zo kouezhet d'an traoń, freuzet eo bet dre greiz e gorf hag e holl vouzelloł a zo en em stlabezet.

19  Ar pezh a zo bet anavezet gant holl dud Jeruzalem, en hevelep doare ma'z eo bet galvet ar park-se en o yezh Akeldama, da lavarout eo: Park ar Gwad.

20  Hogen skrivet eo e levr ar Salmoł: Ra zeuio e chomlec'h didud ha ra ne vo den da chom ennań, ha: Ra gemero unan all e garg.

21  Ret eo eta, penaos e-mesk an dud a zo bet ganeomp e-pad an holl amzer m'en deus bevet en hon touez an Aotrou Jezuz,

22  adalek badeziant Yann betek an deiz ma'z eo bet savet diganeomp, e vefe unan a zeufe da vezań test ganeomp eus e adsavidigezh a varv.

23  Neuze e kinnigjont daou: Jozef galvet Barsabbaz ha lesanvet Justuz, ha Matiaz.

24  O pediń e lavarjont: Te Aotrou, hag a anavez kalonoł an holl, diskouez deomp pehini eus an daou-mań ac'h eus dibabet

25  da gaout lod er ministrerezh hag en abostolerezh-mań en deus dilezet Judaz evit mont en e lec'h.

26  Tennań a rejont d'ar sord hag ar sord a gouezhas war Matiaz, hag a voe lakaet e renk an unnek abostol.

 

Pennad 2

Deiz ar Pantekost

1  Deiz ar Pantekost o vezań erruet, e oant holl a-unvan en hevelep lec'h.

2  A-greiz-holl e teuas eus an neńv un trouz bras evel hini un avel o c'hwezhań gant nerzh, hag e leunias an ti holl e-lec'h ma oant azezet.

3  Teodoł evel teodoł tan en em ziskouezas dezho hag en em rannas, hag en em lakajont war bep hini anezho.

4  Leuniet e voent holl gant ar Spered-Santel hag en em lakajont da gomz e yezhoł all, hervez ma roe ar Spered dezho da gomz.

5  Bez' e oa e Jeruzalem Yuzevien, tud a zouje Doue, eus an holl vroadoł a zo dindan an neńv.

6  Pa voe klevet an trouz-se, ul lod bras a dud en em zastumas, hag e voent saouzanet dre ma kleve pep hini anezho o komz en e yezh e-unan.

7  Bez' e oant holl souezhet hag en estlamm, o lavarout an eil d'egile: Setu, an dud-se a zo o komz, ha n'int ket holl eus Galilea?

8  Penaos e klevomp anezho o komz e yezh ar vro ma'z eo bet ganet pep hini ac'hanomp?

9  Parted, Meded, Elamiz, ar re o chom e Mezopotamia, e Judea, e Kapadokia, er Pont, en Azia,

10  e Frigia, e Pamfilia, en Ejipt, e douaroł Libia tost ouzh Siren, hag ar re a zo deuet eus Roma, Yuzevien ha prozelited,

11  Kretiz hag Arabed, penaos e klevomp anezho o komz en hor yezhoł diwar-benn burzhudoł Doue?

12  An holl a oa souezhet ha ne ouient petra da sońjal, o lavarout an eil d'egile: Petra eo kement-se?

13  Met re all a rae goap hag a lavare: Leun int gant gwin dous.

Prezeg Pźr

14  Met Pźr en em ziskouezas gant an unnek, a savas e vouezh hag a lavaras dezho: Tud Yuzevien ha c'hwi holl a chom e Jeruzalem, gouezit kement-mań ha selaouit gant evezh va gerioł.

15  Rak ar re-mań n'int ket mezv, evel ma kredit, pa n'eo nemet an trede eur eus an deiz.

16  Met kement-mań eo ar pezh a zo bet lavaret gant ar profed Joel:

17  Erruout a raio en deizioł diwezhań, eme Doue, e skuilhin eus va Spered war bep kig, ho mibien hag ho merc'hed a brofedo, ho tud yaouank o devo gweledigezhioł hag ho tud kozh o devo huńvreoł.

18  A dra-sur, en deizioł-se e skuilhin eus va Spered war va servijerien ha war va servijerezed, hag e profedint.

19  Burzhudoł a ziskouezin d'an nec'h en neńv, ha mirakloł d'an traoń war an douar, gwad, tan hag un aezhenn a voged.

20  An heol a vo troet e teńvalijenn hag al loar e gwad, a-raok ma teuio deiz bras ha glorius an Aotrou.

21  Hag ec'h erruo penaos piv bennak a c'halvo anv an Aotrou, a vo salvet.

22  Tud eus Israel, klevit ar gerioł-mań! Jezuz a Nazared, an den-se aprouet gant Doue en ho touez dre an oberoł a c'halloud, ar burzhudoł hag ar sinoł en deus graet Doue drezań e-kreiz ac'hanoc'h, evel ma ouzoc'h hoc'h-unan,

23  an den-se, droukroet hervez ar mennad divizet ha ragouiziegezh Doue, kroget hoc'h eus ennań, hag o vezań e staget ouzh ar groaz dre zaouarn an dud fall, e lakaet hoc'h eus d'ar marv.

24  Doue en deus e adsavet a varv, o vezań torret ereoł ar marv, dre ma ne oa ket posupl e vije dalc'het gantań.

25  Rak David a lavar diwar e benn: Gwelout a raen bepred an Aotrou dirazon, rak en tu dehou din emań evit na vin ket brańsellet,

26  dre-se va c'halon a zo en em laouenaet ha va zeod en deus tridet gant levenez; ha va c'hig ivez a ziskuizho en esperańs,

27  rak ne lezi ket va ene e lec'h ar marv ha n'aotrei ket e welfe da Sant ar vreinadurezh.

28  Roet ec'h eus din da anavezout hentoł ar vuhez, va leuniań a ri a levenez dirak da zremm.

29  Tud breudeur, aotreet eo din lavarout deoc'h gant hardizhegezh diwar-benn an uheldad David, penaos eo marv hag eo bet sebeliet. Emań e vez c'hoazh hiziv en hon touez.

30  Met, o vezań profed hag o c'houzout en doa Doue prometet dezhań gant le e lakaje Krist da c'henel eus e lignez hervez ar c'hig evit e lakaat da azezań war e dron,

31  o welout kement-se a-raok, e lavaras diwar-benn adsavidigezh Krist da vev, penaos e ene ne vije ket lezet e lec'h ar marv hag e c'hig ne welje ket ar vreinadurezh.

32  Doue en deus adsavet a varv ar Jezuz-se, ni a zo holl testoł a gement-se.

33  Savet eta a-zehou da Zoue, resevet en deus digant an Tad promesa ar Spered-Santel ha skuilhet en deus ar pezh a welit hag a glevit bremań.

34  Rak David n'eo ket pignet en neńv, met e lavar e-unan: An Aotrou en deus lavaret da'm Aotrou: Azez a-zehou din,

35  betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid.

36  Ra ouezo holl di Israel eta a-dra-sur penaos Doue en deus graet Aotrou ha Krist ar Jezuz-se hoc'h eus staget ouzh ar groaz.

37  O vezań klevet an traoł-mań, e voe mantret o c'halon, hag e lavarjont da Bźr ha d'an ebestel all: Tud breudeur, petra a raimp?

38  Pźr a lavaras dezho: Ho pet keuz, ha ra vo pep hini ac'hanoc'h badezet en anv Jezuz-Krist evit ar pardon eus ho pec'hedoł. Hag e resevot donezon ar Spered-Santel.

39  Rak ar bromesa a zo evidoc'h, evit ho pugale hag evit ar re holl a zo pell, e-keit ha ma c'halvo an Aotrou hon Doue anezho.

40  E kalz a c'herioł all e roas testeni dezho hag o atizas en ur lavarout: En em salvit diouzh ar rumm fall-mań.

41  Ar re eta a zegemeras e c'her gant levenez a voe badezet. War-dro tri mil ene a voe unanet en deiz-se d'an diskibien.

An unvaniezh en Iliz kentań

42  Kenderc'hel a raent e kelennerezh an ebestel, er genunvaniezh, e torradur ar bara hag er pedennoł.

43  Ar spont a grogas e pep hini, hag kalz a vurzhudoł hag a virakloł en em c'hrae dre an ebestel.

44  Ar re holl a grede a oa en hevelep lec'h ha pep tra a oa kumun etrezo.

45  Gwerzhań a raent o zraoł hag o madoł, hag e lodennent anezho d'an holl, hervez an ezhomm en doa pep hini.

46  Bemdez e oant aketus a-unvan en templ. O terriń ar bara eus an eil ti d'egile, e kemerent o boued gant levenez hag eeunded a galon,

47  o veuliń Doue hag o vezań dudius d'an holl bobl. An Aotrou a greske bemdez an Iliz gant an dud a oa salvet.

 

Pennad 3

Un den kamm yac'haet

1  Pźr ha Yann a bigne a-unan d'an templ da eur ar bedenn, da lavarout eo an navet eur.

2  Bez' eo oa un den kamm adalek e c'hanedigezh, a zouged hag a lakaed bemdez e-kichen dor an templ anvet ar Gaer, evit goulenn an aluzen digant ar re a yae en templ.

3  O welout Pźr ha Yann o vont da antreal en templ, e c'houlennas diganto an aluzen.

4  Pźr, o virout e zaoulagad paret warnań, kenkoulz ha Yann, a lavaras: Sell ouzhimp!

5  Sellout a reas gant evezh outo, o c'hortoz kaout un dra bennak diganto.

6  Neuze Pźr a lavaras dezhań: Ne'm eus nag arc'hant nag aour, met ar pezh am eus, a roan dit: en anv Jezuz-Krist a Nazared, sav ha kerzh!

7  O vezań e gemeret gant e zorn dehou, e savas anezhań. Kerkent e zaoudroad hag e zaouufern a startaas.

8  O lammat e savas en e sav hag e kerzhas. Mont a reas ganto en templ, o kerzhout, o lammat hag o veuliń Doue.

9  An holl bobl a welas anezhań o kerzhout hag o veuliń Doue.

10  Hag ec'h anavezjont e oa hennezh an hini a oa azezet ouzh Dor Gaer an templ evit goulenn an aluzen. Leuniet e voent a estlamm hag a souezh eus ar pezh a oa c'hoarvezet gantań.

11  Evel na guitae ket Pźr ha Yann an den kamm a oa bet yac'haet, an holl bobl souezhet a zeredas d'o c'havout d'ar porched anvet Salomon.

Prezeg Pźr

12  Pźr, o welout kement-se, a lavaras d'ar bobl: Tud Israel, perak oc'h souezhet a gement-mań? Perak e virit ho taoulagad paret warnomp, evel pa vefe dre hor galloud hon-unan pe dre hon doujańs-Doue hor befe lakaet an den-mań da gerzhout?

13  Doue Abraham, Izaak ha Jakob, Doue hon tadoł, en deus roet gloar d'e vugel Jezuz, an hini hoc'h eus droukroet ha dinac'het dirak Pilat, petra bennak m'en doa hemań barnet e tlee bezań laosket kuit.

14  Dinac'het hoc'h eus ar Sant hag ar Reizh, ha goulennet hoc'h eus e vefe laosket deoc'h ur muntrer.

15  Lakaet hoc'h eus d'ar marv Prińs ar vuhez, ha Doue en deus e adsavet a-douez ar re varv, ni a zo testoł a gement-se.

16  Dre ar feiz en e anv eo, en deus e anv startaet an den-mań a welit hag a anavezit, hag ar feiz ennań eo, he deus roet d'an den-mań ar yec'hed peurvat-se dirazoc'h holl.

17  Bremań, breudeur, gouzout a ran hoc'h eus graet kement-se dre ziouiziegezh, kenkoulz hag ho pennoł.

18  Met evel-se en deus Doue graet ar pezh en doa diouganet dre c'henoł e holl brofeded, penaos e tlee ar C'hrist gouzańv poan.

19  Ho pet keuz eta ha distroit ouzh Doue, evit ma vo ho pec'hedoł lamet, evit ma teuio amzerioł a freskadurezh a-berzh an Aotrou,

20  ha ma kaso an hini a zo bet disklźriet deoc'h a-raok, Jezuz-Krist,

21  a dle an neńv degemer betek amzer adsavidigezh an holl draoł, en deus Doue komzet diwar he fenn dre c'henoł e holl brofeded santel abaoe pell amzer.

22  Rak Moizez en deus lavaret d'hon tadoł: An Aotrou ho Toue a savo deoc'h a-douez ho preudeur ur profed eveldon, selaouit anezhań e kement a lavaro deoc'h,

23  ha piv bennak ne selaouo ket ar profed-se a vo distrujet eus a-douez ar bobl.

24  An holl brofeded o deus komzet abaoe Samuel hag ar re a zo deuet goude, o deus diouganet an deizioł-mań.

25  C'hwi a zo mibien ar brofeded hag eus an emglev en deus graet Doue gant hon tadoł, o lavarout da Abraham: Holl bobloł an douar a vo benniget en da lignez.

26  Evidoc'h eo da gentań en deus Doue savet e vugel Jezuz hag en deus e gaset d'ho pennigań, evit tennań pep hini ac'hanoc'h eus e fallagriezh.

 

Pennad 4

Pźr ha Yann a zo toullbac'het

1  Evel ma komzent ouzh ar bobl, ar veleien, kabiten an templ hag ar sadukeiz a zeuas d'o c'havout,

2  o vezań gwall nec'het abalamour ma kelennent ar bobl ha ma kemennent an adsavidigezh a-douez ar re varv e Jezuz.

3  Hag e krogjont enno hag o lakajont er prizon betek an deiz war-lerc'h, abalamour ma oa dija diwezhat.

4  Met kalz eus ar re o doa klevet ar ger a gredas, ha niver ar wersed a oa war-dro pemp mil.

5  Hag e c'hoarvezas antronoz ma en em zastumas e Jeruzalem pennoł ar bobl, an henaourien hag ar skribed,

6  gant Annaz ar beleg-meur, Kaifaz, Yann, Aleksandr hag ar re holl a oa eus gouenn ar veleien vras.

7  O vezań o degaset en o c'hreiz, e c'houlennjont diganto: Dre beseurt galloud pe en anv piv hoc'h eus graet kement-mań?

8  Neuze Pźr, leun eus ar Spered-Santel, a lavaras dezho: Pennoł ar bobl hag henaourien Israel,

9  pa'z eo goulennet diganeomp hiziv abeg ur madober roet da un den kamm, evit gouzout penaos eo bet yac'haet,

10  gouezit, c'hwi holl hag holl bobl Israel, penaos eo en anv Jezuz-Krist a Nazared, hoc'h eus staget ouzh ar groaz hag en deus Doue adsavet a-douez ar re varv, drezań eo en em ziskouez an den-se yac'h dirazoc'h.

11  Eń eo ar maen a zo bet taolet kuit ganeoc'h-c'hwi ar saverien, hag a zo deuet da vezań maen kentań ar c'horn.

12  N'eus silvidigezh en hini all ebet, rak n'eus dindan an neńv anv all ebet a vefe bet roet e-touez an dud, a dlefemp bezań salvet drezań.

13  O welout hardizhegezh Pźr ha Yann, hag o c'houzout e oant tud dizesk hag eus ar bobl izel, e voent souezhet. Anavezout a raent e oa bet ar re-se gant Jezuz.

14  O welout an den a oa bet yac'haet eno ganto, n'o doa netra da lavarout a-enep,

15  met e c'hourc'hemennjont dezho mont er-maez eus ar sanedrin hag en em guzuilhjont etrezo,

16  o lavarout: Petra raimp d'an dud-se? Rak ur mirakl o deus graet hag a zo anavezet gant holl dud Jeruzalem, anat eo ha ne c'hellomp ket e nac'hań.

17  Met evit ma ne d-aio ket ar vrud a gement-mań muioc'h e-touez ar bobl, difennomp outo gant gourdrouzoł komz mui da biv bennak en anv-se.

18  O vezań o galvet, e tifennjont start outo komz ha kelenn en anv Jezuz.

19  Met Pźr ha Yann a respontas dezho: Barnit hag eo reizh dirak Doue sentiń ouzhoc'h kentoc'h eget ouzh Doue,

20  rak ne c'hellomp ket tremen hep komz diwar-benn an traoł hon eus gwelet ha klevet.

21  Kas a rejont eta anezho kuit gant gourdrouzoł bras, o vezań na gavent ket an tu d'o c'hastizań, abalamour d'ar bobl, rak an holl a roe gloar da Zoue evit ar pezh a oa c'hoarvezet.

22  Rak an den a oa bet yac'haet dre ar mirakl-se a oa ouzhpenn daou-ugent vloaz.

Pedenn an Iliz e galloud ar Spered-Santel

23  Goude ma voent laosket, e teujont etrezek o re hag e tezrevelljont ar pezh o doa ar veleien vras hag an henaourien lavaret dezho.

24  O vezań klevet kement-se, e savjont a-unvan o mouezh etrezek Doue hag e lavarjont: Aotrou, te a zo Doue, te ac'h eus graet an neńv, an douar, ar mor hag an holl draoł a zo enno,

25  te eo en deus lavaret dre c'henoł da servijer David: Perak ar grozmol-se e-touez ar broadoł hag ar sońjoł ven-se e-touez ar pobloł?

26  Rouaned an douar a zo en em savet hag ar brińsed a zo en em unanet a-enep an Aotrou hag a-enep e Olevet.

27  Rak Herodez ha Pońs-Pilat, gant ar broadoł ha pobl Israel, a zo en em unanet er gźr-mań a-enep da'z servijer santel Jezuz, an hini ac'h eus olevet

28  evit ober an holl draoł o deus da zorn ha da guzul merket a-raok da zleout bezań graet.

29  Ha bremań, Aotrou, sell ouzh o gourdrouzoł ha ro da'z servijerien ar galloud da zisklźriań da c'her gant ur wir hardizhegezh,

30  oc'h astenn da zorn da yac'haat, evit ma vo graet mirakloł ha burzhudoł dre anv da servijer santel Jezuz.

31  P'o doe pedet, al lec'h ma oant dastumet ennań a grenas. Leuniet e voent holl gant ar Spered-Santel hag e tisklźrjont ger Doue gant hardizhegezh.

Ar grederien a lodenn o holl vadoł kenetrezo

32  Al lod bras eus ar re o doa kredet ne oant holl nemet ur galon hag un ene. Den ne lavare e oa dezhań tamm ebet eus ar madoł en doa, met an holl draoł a oa kumun etrezo.

33  An ebestel a roe testeni gant kalz a nerzh eus adsavidigezh an Aotrou Jezuz a varv. Ur c'hras vras a oa warno holl.

34  Rak ne oa den ezhommek ebet en o zouez, ar re holl o doa douaroł pe tiez o gwerzhe, a zegase ar priz eus ar pezh o doa gwerzhet

35  hag en lakae ouzh treid an ebestel. e Lodennet e oa da bep hini hervez ma en doa ezhomm.

36  Jozez lesanvet Barnabaz gant an ebestel, da lavarout eo mab an ali mat, ul Leviad genidik eus Kiprenez,

37  a werzhas ur park en doa, a zegasas arc'hant ar werzh hag en lakaas ouzh treid an ebestel.

 

Pennad 5

Ananiaz ha Safira

1  Met un den anvet Ananiaz, gant Safira e wreg, a werzhas ur berc'henniezh

2  hag a zalc'has ul lodenn eus ar priz, a-unan gant e wreg. Degas a reas al lodenn all hag he lakaas ouzh treid an ebestel.

3  Pźr a lavaras: Ananiaz, perak en deus Satan leuniet da galon ken ec'h eus lavaret gaou d'ar Spered-Santel ha dalc'het ul lodenn eus priz an douar?

4  Ma'z pije miret anezhań, daoust ha ne oa ket dit? Hag o vezań e werzhet, ha ne oa ket e briz en da c'halloud? Penaos eta ec'h eus lakaet ar sońj-se en da galon? N'eo ket d'an dud ec'h eus lavaret gaou, met da Zoue eo.

5  Ananiaz, pa glevas ar c'homzoł-se, a gouezhas hag a varvas. Ur spont bras a zeuas war ar re holl a glevas komz a gement-se.

6  An dud yaouank en em savas, e bakas, e zougas er-maez hag e sebelias.

7  War-dro teir eurvezh goude, e wreg a zeuas, hep gouzout ar pezh a oa c'hoarvezet

8  Pźr a c'houlennas diganti: Lavar din, ha kement-se eo hoc'h eus gwerzhet an douar? Hi a lavaras: Ya, kement-se.

9  Neuze Pźr a lavaras dezhi: Penaos hoc'h eus en em glevet etrezoc'h evit temptań Spered an Aotrou? Setu, ar re o deus sebeliet da bried a zo e-tal an nor; hag e tougint ac'hanout er-maez.

10  Raktal e kouezhas d'e dreid hag e varvas. An dud yaouank a zeuas e-barzh, he c'havas marv, he dougjont er-maez hag he sebeilhjont e-kichen he fried.

11  Ur spont bras a zeuas war an Iliz a-bezh ha war ar re holl a glevas komz a gement-se.

Kalz a virakloł e Jeruzalem

12  Kalz a virakloł hag a vurzhudoł en em rae e-touez ar bobl dre zaouarn an ebestel. Bez' e oant holl a-unvan dindan porched Salomon.

13  Den eus ar re all ne grede en em unaniń dezho, met ar bobl a enore kalz anezho.

14  Muioc'h-muiań a grederien a oa lakaet a-gresk d'an Aotrou, un niver bras a wazed hag a wragez,

15  en hevelep doare ma tegased ar glańvourien war ar straedoł hag e lakaed anezho war gweleoł ha fledoł, evit, pa dremenfe Pźr, ma teufe da vihanań e skeud da c'holeiń hiniennoł anezho.

16  Tud ar c'hźrioł nesań a zerede ivez a vandenn da Jeruzalem, o tegas klańvourien ha tud heskinet gant speredoł hudur, hag e oant holl yac'haet.

An ebestel a zo toullbac'het, ha dieubet gant un ael

17  Ar beleg-meur hag ar re holl a oa gantań, da lavarout eo sektenn ar sadukeiz, en em savas hag a voe leuniet a warizi.

18  O kregiń en ebestel, e lakajont anezho er prizon publik.

19  Met un ael eus an Aotrou a zigoras e-pad an noz dorojoł ar prizon, o lakaas er-maez hag a lavaras:

20  It, en em zalc'hit e-barzh an templ ha disklźriit d'ar bobl holl c'herioł ar vuhez-mań.

21  O vezań klevet kement-se, ez ejont mintin mat en templ hag e kelennjont ennań. Ar beleg-meur hag ar re holl a oa gantań a zeuas, a zastumas ar sanedrin hag holl guzul henaourien mibien Israel hag a gasas da glask an ebestel d'ar prizon.

22  Met pa zeuas ar serjanted, n'o c'havjont ket er prizon. Distreiń a rejont hag e kemennjont kement-se,

23  o lavarout: Kavet hon eus ar prizon serret mat hag ar warded er-maez en o sav e-tal an dorojoł, met, o vezań o zigoret, n'hon eus kavet den ennań.

24  Ar beleg-meur, kabiten an templ hag ar veleien vras, o klevout ar gerioł-se, ne ouient petra da sońjal diwar o fenn na petra a dlee c'hoarvezout war gement-se.

25  Unan bennak a zeuas hag a lavaras dezho: Setu, an dud hoc'h eus lakaet er prizon a zo en templ hag a gelenn ar bobl.

An ebestel degaset dirak ar sanedrin

26  Neuze ar c'habiten a yeas gant ar serjanted hag a zegasas anezho hep taerder, rak aon o doa da vezań meinataet gant ar bobl.

27  O vezań o degaset, e lakajont anezho dirak ar sanedrin. Ar beleg-meur a reas ur goulenn diganto,

28  o lavarout: Ha n'hon eus ket difennet start ouzhoc'h kelenn en anv-se? Ha setu, leuniet hoc'h eus Jeruzalem gant ho kelennadurezh hag e fell deoc'h lakaat gwad an den-se da gouezhań warnomp!

29  Pźr hag an ebestel a respontas: Ret eo sentiń ouzh Doue kentoc'h eget ouzh an dud.

30  Doue hon tadoł en deus adsavet a varv Jezuz, hoc'h eus lazhet en ur stagań anezhań ouzh ar c'hoad.

31  Doue en deus e uhelsavet a-zehou dezhań evel Prińs ha Salver, evit reiń da Israel ar geuzidigezh hag ar pardon eus ar pec'hedoł.

32  Ha ni a zo testoł dezhań eus an traoł-mań, kenkoulz hag ar Spered-Santel en deus Doue roet d'ar re a sent outań.

33  O klevout kement-se, e voe droug en o c'halonoł hag en em guzuilhjont evit o lakaat da vervel.

34  Met ur farizian anvet Gamaliel, doktor eus al lezenn enoret gant an holl bobl, a savas er sanedrin hag a c'hourc'hemennas lakaat an ebestel er-maez evit ur pennadig.

35  Hag e lavaras dezho: Tud Israel, lakait evezh ouzh ar pezh emaoc'h o vont d'ober e-keńver an dud-se.

36  Rak bez' ez eus ur pennad amzer ma savas Teudaz, o lavarout e oa un den a bouez. Un niver a war-dro pevar c'hant den en em unanas dezhań, met lazhet e voe, hag ar re holl a oa gantań a voe stlabezet ha deuet da netra.

37  Goude hennezh, en amzer an niveradeg, e savas Judaz ar Galilean, a dennas ur bobl vras war e lerc'h, met mervel a reas ivez, hag ar re holl a grede ennań a voe stlabezet.

38  Me a lavar deoc'h eta bremań, na redit ket war-lerc'h an dud-se ha lezit anezho da vont. Mar d-eo an embregerezh pe al labour-se eus an dud, e vo distrujet,

39  met mar deu eus Doue, ne c'hellot ket e zistrujań. Diwallit na vefe kavet ho pefe graet brezel da Zoue.

40  Bez' e voent a-du gant e ali. O vezań galvet an ebestel ha goude bezań lakaet o skourjezań, e tifennjont outo komz en anv Jezuz hag e lezjont anezho da vont kuit.

41  Int eta en em dennas a-zirak ar sanedrin, leuniet a levenez da vezań bet kavet dellezek da c'houzańv dismegańs evit e anv.

42  Ha ne baouezent bemdez da gelenn ha da brezeg Aviel Jezuz-Krist en templ hag eus an eil ti d'egile.

 

Pennad 6

Dibab an diagoned

1  En deizioł-se, evel ma kreske niver an diskibien, e savas ur grozmol eus ar C'hresianegerien a-enep an Hebreed, abalamour ma oa o intańvezed lezet a-gostez er servij pemdeziek.

2  An daouzek a c'halvas asambles ar vandenn diskibien hag a lavaras: N'eo ket dereat e lezfemp ger Doue evit servij an taolioł.

3  Dibabit eta, breudeur, seizh den en ho touez a zo roet testeni mat anezho, tud leun eus ar Spered-Santel hag a furnez, evit ma roimp dezho ar garg-se.

4  Met evidomp-ni, e kendalc'himp d'en em reiń d'ar bedenn ha da servij ar Ger.

5  An ali-se a blijas d'an holl vodadenn. Hag e tibabjont Stefan, den leun a feiz hag eus ar Spered-Santel, Filip, Prokor, Nikanor, Timon, Parmenaz ha Nikolaz, ur proselit eus Antioch.

6  Degas a rejont anezho dirak an ebestel, hag ar re-mań a bedas hag a lakaas o daouarn warno.

7  Ger Doue en em skuilhe, niver an diskibien a greske kalz e Jeruzalem hag un niver bras eus ar veleien a sente ouzh ar feiz.

Stefan paket

8  Stefan, leun a feiz hag a c'halloud, a rae burzhudoł ha mirakloł bras e-touez ar bobl.

9  Met hiniennoł eus ar sinagogenn anvet ar Frankizidi, eus re ar Sireniz hag an Aleksandriz, ha tud eus Kilisia hag Azia, a savas evit tabutal gant Stefan.

10  Ne c'helljont ket herzel ouzh ar furnez hag ar Spered a rae dezhań komz.

11  Neuze e ouestlaoujont tud evit lavarout: E glevet hon eus o tistagań gwallgomzoł a-enep Moizez hag a-enep Doue.

12  Atizań a rejont ar bobl, an henaourien hag ar skribed. Oc'h en em deurel warnań, e krogjont ennań hag e tegasjont anezhań d'ar sanedrin.

13  Hag e lakajont da zont falstestoł a lavaras: An den-mań ne baouez ket da lavarout komzoł a vallozh a-enep al lec'h santel-mań hag a-enep al lezenn,

14  rak e glevet hon eus o lavarout penaos Jezuz, an Nazaredad-se, a zistrujo al lec'h-mań hag a gemmo ar boazioł en deus Moizez roet deomp.

15  Evel m'o doa ar re holl a oa azezet er sanedrin o daoulagad dalc'het warnań, e zremm en em ziskouezas dezho heńvel ouzh hini un ael.

 

Pennad 7

Prezeg Stefan

1  Ar beleg-meur a lavaras: Hag evel-se eo emań an traoł?

2  Eń a lavaras: Tud breudeur ha tadoł, selaouit. An Doue a c'hloar en em ziskouezas da Abraham hon tad pa oa e Mezopotamia, a-raok ma chomas e Charan,

3  hag e lavaras dezhań: Kae er-maez eus da vro hag eus da gerentiezh, ha deus d'ar vro a ziskouezin dit.

4  Neuze ez eas er-maez eus bro ar C'haldeiz hag e teuas da chom e Charan. Ac'hane, goude ma voe marv e dad, eń a zegasas anezhań d'ar vro-mań e-lec'h ma chomit bremań.

5  Ne roas dezhań hźrezh ebet enni, na zoken peadra da lakaat e droad warnań, met prometiń a reas he reiń dezhań ha d'e lignez war e lerc'h, petra bennak n'en doa bugel ebet.

6  Doue a lavaras dezhań penaos e lignez a chomje en un douar estren e-pad pevar c'hant vloaz, a vije lakaet da sklaved hag a vije gwallgaset.

7  Met me a varno ar vroad ma vint bet sklavourien dindani, a lavaras Doue, ha goude-se ez aint er-maez hag e servijint ac'hanon el lec'h-mań.

8  Emglev an amdroc'h a roas dezhań. Evel-se e voe tad da Izaak hag ec'h amdroc'has anezhań d'an eizhvet deiz, hag Izaak a voe tad da Jakob, ha Jakob tad d'an daouzek uheldad.

9  An uheldadoł, dre warizi, a werzhas Jozef evit an Ejipt, met Doue a voe gantań.

10  Dieubiń a reas anezhań eus e holl c'hlac'haroł hag e roas dezhań furnez ha gras dirak Faraon roue Ejipt. Hemań a lakaas anezhań da c'houarnour war Ejipt ha war e holl di.

11  Met ec'h erruas un naonegezh vras en Ejipt holl hag e Kanaan, hag un dienez vras. Ne gave ket hon tadoł a voued.

12  Jakob a glevas e oa ed en Ejipt hag a gasas di hon tadoł ur wech kentań.

13  Hag an eil gwech e voe Jozef anavezet gant e vreudeur, ha Faraon a ouias tiegezh Jozef.

14  Jozef a gasas da gerc'hat Jakob e dad hag e holl gerentiezh, a oa anezho pemzek ha tri ugent.

15  Jakob a ziskennas en Ejipt hag a varvas eno, eń hag hon tadoł.

16  Dezouget e voent da Sichem ha lakaet er bez en doa Abraham prenet gant arc'hant digant mibien Hemor eus Sichem.

17  Met evel ma tostae amzer ar bromesa en doa graet Doue gant le da Abraham, ar bobl a vrasaas hag a greskas en Ejipt,

18  betek ma teuas ur roue all n'en doa ket anavezet Jozef.

19  Hemań, oc'h implijout troidellerezh a-enep hor gouenn, a waskas kalet hon tadoł betek lakaat anezho da zilezel o bugale evit na vijent ket dalc'het e buhez.

20  En amzer-se e voe ganet Moizez, a oa brav dirak Doue. Maget e voe e-pad tri miz e ti e dad

21  hag, o vezań bet dilezet, merc'h Faraon a gemeras anezhań hag a vagas anezhań evel he mab hec'h-unan.

22  Moizez a voe kelennet en holl furnez an Ejiptiz. Galloudek e oa en e c'herioł hag en e oberoł.

23  Pa voe oadet a zaou-ugent vloaz, e teuas c'hoant en e galon da vont da welout e vreudeur, mibien Israel.

24  O welout e wallgased unan anezho, e kemeras e zifenn hag e veńjas an hini a oa graet droug dezhań en ur skeiń gant an Ejipsian.

25  Krediń a rae e teuje e vreudeur da gompren e tegase Doue dezho an dieubidigezh dre e zorn, met ne gomprenjont ket.

26  An deiz war-lerc'h, en em ziskouezas dezho e-pad ma en em gannent hag ec'h alias anezho da vezań e peoc'h o lavarout: Tud, breudeur oc'h, perak en em wallgasit an eil egile?

27  Met an hini a wallgase e nesań a vountas anezhań o lavarout: Piv en deus da lakaet da vestr ha da varner warnomp?

28  Ha fellout a ra dit va lazhań, evel ma ec'h eus lazhet dec'h an Ejipsian?

29  Pa glevas Moizez ar gomz-se, e tec'has kuit hag e chomas evel diavaeziad e bro Vadian, e-lec'h ma voe tad da zaou vab.

30  Daou-ugent vloaz goude, ael an Aotrou en em ziskouezas dezhań e lec'h distro Menez Sinai, e flamm ur vodenn entanet.

31  Pa welas Moizez anezhań, e voe souezhet eus an emziskouezidigezh hag, evel ma tostae evit sellout outi, mouezh an Aotrou a zeuas dezhań:

32  Me eo Doue da dadoł, Doue Abraham, Doue Izaak ha Doue Jakob. Moizez, o krenań holl, ne grede ket sellout.

33  An Aotrou a lavaras dezhań: Lam da sandalennoł diouzh da dreid, rak al lec'h m'emaout warnań a zo un douar santel.

34  Gwelet pizh em eus glac'har va fobl a zo en Ejipt, klevet em eus o c'hlemmoł hag on diskennet d'o dieubiń. Deus bremań, hag e kasin ac'hanout en Ejipt.

35  Ar Moizez-se, o doa taolet kuit o lavarout: Piv en deus da lakaet da vestr ha da varner warnomp? hennezh eo an hini a voe kaset gant Doue da vestr ha da zieuber dre zorn an ael a oa en em ziskouezet dezhań er vodenn.

36  Hennezh eo an hini o zennas er-maez, oc'h ober burzhudoł ha mirakloł e bro-Ejipt, er Mor Ruz hag el lec'h distro, e-pad daou-ugent vloaz.

37  Ar Moizez-se eo a lavaras da vibien Israel: An Aotrou ho Toue a savo deoc'h ur profed eveldon a-douez ho preudeur. Selaou a reot anezhań.

38  Eń eo an hini a oa er vodadenn el lec'h distro, gant an ael a gomze outań war Venez Sinai ha gant hon tadoł; hag e resevas gerioł a vuhez evit o reiń deomp.

39  Hon tadoł ne fellas ket dezho sentiń outań, met e daoljont kuit hag e tistrojont o galon en Ejipt,

40  o lavarout da Aaron: Gra deomp doueoł a gerzho a-raok deomp, rak evit ar Moizez-se en deus hon tennet eus Ejipt, n'ouzomp ket petra a zo c'hoarvezet gantań.

41  Ober a rejont ul leue en deizioł-se, kinnig a rejont un aberzh d'an idol hag en em laouenajont eus labour o daouarn.

42  Met Doue a zistroas diouto hag o lakaas da servijań armead an neńv, evel ma'z eo skrivet e levr ar brofeded: Ti Israel, ha din-me eo hoc'h eus kinniget profoł-loened hag aberzhoł e-pad daou-ugent vloaz el lec'h distro?

43  Douget hoc'h eus teltenn Molok ha steredenn ho toue Refan, skeudennoł hoc'h eus graet evit o azeuliń. Setu perak e kasin ac'hanoc'h en tu all da Vabilon.

44  Tabernakl an Testeni a zo bet gant hon tadoł el lec'h distro, evel m'en doa urzhiet an hini en doa lavaret da Voizez e ober hervez an doare m'en doa gwelet.

45  Hon tadoł, o vezań e gemeret, a zegasas anezhań ganto dindan renerezh Jozue, er vro a oa perc'hennet gant ar broadoł a voe argaset a-ziaraok hon tadoł gant Doue, betek deizioł David.

46  Eń a gavas trugarez dirak Doue hag a c'houlennas sevel ur chomlec'h da Zoue Jakob,

47  met Salomon eo a savas un ti dezhań.

48  Met an Uhel-Meurbet ne chom ket en temploł graet gant daouarn an dud, evel ma lavar ar profed:

49  An neńv eo va zron hag an douar ur skabell dindan va zreid. Peseurt ti a savot din, eme an Aotrou, ha pehini a vo lec'h va diskuizh.?

50  Ha n'eo ket va dorn en deus graet an holl draoł-se?

51  Tud a c'houzoug reut, diamdroc'h a galon hag a zivskouarn, stourm a rit bepred ouzh ar Spered-Santel. C'hwi a zo heńvel ouzh ho tadoł.

52  Pehini eo ar profed n'o deus ket ho tadoł heskinet? Lazhet o deus ar re o doa diouganet donedigezh ar Reizh, an hini hoc'h eus droukroet bremań hag hoc'h eus drouklazhet.

53  Resevet hoc'h eus al lezenn dre servij an aeled ha n'hoc'h eus ket he miret!

54  O klevout ar c'homzoł-se, e oant leuniet a fulor en o c'halonoł hag e c'hrigońsjont o dent a-enep dezhań.

55  Met, leun eus ar Spered-Santel hag e zaoulagad savet war-zu an neńv, e welas gloar Doue ha Jezuz en e sav a-zehou da Zoue,

56  hag e lavaras: Setu, e welan an neńvoł digor ha Mab an den en e sav a-zehou da Zoue.

Stefan drouklazhed

57  O leuskel kriadennoł bras, e stouvjont o divskouarn hag en em daoljont holl asambles warnań.

58  O stlejań anezhań er-maez eus kźr, e veinatajont anezhań. An testoł a lakaas o gwiskamantoł ouzh treid un den yaouank anvet Saol.

59  Int a veinataas Stefan, a bede hag a lavare: Aotrou Jezuz, degemer va spered!

60  O vezań daoulinet, e krias gant ur vouezh kreńv: Aotrou, na laka ket ar pec'hed-mań warno! O vezań lavaret kement-se, e chomas kousket.

 

Pennad 8

An Iliz a zo stlabezet

1  Saol a roas e asant d'ar marv-se. Bez' e voe en deiz-se un heskinadeg vras a-enep Iliz Jeruzalem. Hag e voent holl stlabezet, nemet an ebestel, dre vroioł Judea ha Samaria.

2  Tud a zoujańs Doue a sebelias Stefan hag a reas ur c'hańv bras dezhań.

3  Saol a zismantre an Iliz, o vont en tiez, o skrapat diouto ar wazed hag ar gwragez, hag o teurel anezho er prizon.

4  Evel-se, ar re a oa bet stlabezet a yae a lec'h da lec'h en ur embann an Aviel, ar Ger.

Filip, Pźr ha Yann a embann an Aviel e Samaria

5  Filip a ziskennas en ur gźr eus Samaria hag a brezegas Krist enni.

6  Ar bobl, holl a-unan, a selaouas gant evezh ar pezh a lavare Filip, oc'h anavezout hag o welout ar mirakloł a rae.

7  Rak speredoł hudur a yeas kuit eus kalz a dud a oa dalc'het ganto, o leuskel kriadennoł bras, ha kalz a dud seizet ha kamm a voe yac'haet.

8  Bez' e voe ul levenez vras er gźr-se.

9  Bez' e oa diagent er gźr-se un den anvet Simon a rae sorserezh hag a souezhe pobl Samaria, oc'h en em ober tremen evit un den bras.

10  An holl, adalek ar re vihan betek ar re vras, a oa douget dezhań, o lavarout: Hemań eo galloud bras Doue.

11  Douget e oant dezhań dre m'en doa souezhet anezho abaoe pell amzer gant e oberoł sorserezh.

12  Met p'o doe kredet e Filip a gemenne an Aviel, ar pezh a sell ouzh rouantelezh Doue hag anv Jezuz-Krist, e voent badezet, gwazed kenkoulz ha gwragez.

13  Simon e-unan a gredas ivez. O vezań bet badezet, ne bellaas ken diouzh Filip. O welout ar mirakloł hag ar burzhudoł bras a veze graet, e oa sabatuet.

14  An ebestel a oa e Jeruzalem, o vezań klevet penaos he doa Samaria resevet ger Doue, a gasas dezho Pźr ha Yann.

15  Ar re-mań a ziskennas hag a bedas evito, evit ma resevjent ar Spered-Santel,

16  rak ne oa ket c'hoazh diskennet war hini anezho, badezet e oant bet hepken en anv an Aotrou Jezuz.

17  Neuze e lakajont o daouarn warno, hag e resevjont ar Spered-Santel.

18  Pa welas Simon penaos e oa roet ar Spered-Santel dre lakadur-daouarn an ebestel, a ginnigas dezho arc'hant

19  o lavarout: Roit din ivez ar galloud-se, evit ma resevo ar Spered-Santel ar re holl e lakain va daouarn warno.

20  Met Pźr a lavaras dezhań: Ra yelo da arc'hant da get ganit, peogwir ec'h eus kredet e c'heller prenań donezon Doue gant arc'hant.

21  N'eus evidout na perzh na lod e kement-mań, rak da galon n'eo ket eeun dirak Doue.

22  Az pez eta keuz eus da fallentez ha goulenn digant Doue ma vo pardonet dit sońj da galon, mar d-eo posupl,

23  rak gwelout a ran ez out en ur vestl a c'hwervder hag en ereoł an direizhder.

24  Simon a respontas: Pedit c'hwi an Aotrou evidon, evit na c'hoarvezo netra din eus ar pezh hoc'h eus lavaret.

25  O vezań eta roet testeni da c'her an Aotrou hag o vezań e gemennet, e tistrojont da Jeruzalem hag e prezegjont an Aviel e kalz a gźriadennoł eus bro ar Samaritaned.

Filip hag an eunuk Etiopiat

26  Un ael eus an Aotrou a gomzas da Filip hag a lavaras dezhań: Sav ha kae etrezek ar c'hreisteiz, war an hent a ziskenn eus Jeruzalem da C'haza. An hini a zo distro.

27  O vezań savet, ez eas. Ha setu, un Etiopad, un eunuk ministr bras Kandake rouanez Etiopia, merour war hec'h holl deńzorioł, deuet da Jeruzalem evit azeuliń,

28  a zistroe, azezet war e garr, hag a lenne ar profed Izaia.

29  Ar Spered a lavaras da Filip: Tosta ha kae betek ar c'harr-se.

30  Filip a zeredas hag a glevas e lenne ar profed Izaia. Lavarout a reas dezhań: Ha kompren a rez ar pezh a lennez?

31  Eń a respontas: Penaos e c'hellfen ma n'eus hini ebet da gelenn ac'hanon? Hag e pedas Filip da bignat ha d'azezań en e gichen.

32  An arroud eus ar Skritur a lenne a oa hemań: Kaset eo bet d'al lazherezh evel un dańvad hag, evel un oan mut dirak an hini en touz, n'en deus ket digoret e c'henoł.

33  E varnedigezh a zo bet dilamet en e izelded. Piv a c'hello kontań e rumm? Rak e vuhez a zo bet lamet a-ziwar an douar.

34  O kemer ar gomz, an eunuk a lavaras da Filip: Da bediń a ran, diwar-benn piv e lavar ar profed kement-se? Diwar-benn e-unan pe diwar-benn unan all?

35  Filip, o kemer ar gomz hag o kregiń gant an arroud-se, a brezegas dezhań Aviel Jezuz.

36  Evel ma'z aent dre an hent, ec'h errujont e-lec'h ma oa dour, hag an eunuk a lavaras: Setu dour, petra a vir na vefen badezet?

37  Filip a lavaras: Mar kredez eus da holl galon, e c'hell bezań graet. Eń a respontas: Krediń a ran ez eo Jezuz-Krist Mab Doue.

38  Hag e c'hourc'hemennas herzel ar c'harr, e tiskennjont o-daou en dour, Filip hag an eunuk, ha e vadezas anezhań.

39  Pa voent deuet er-maez eus an dour, Spered an Aotrou a lamas Filip, hag an eunuk n'en gwelas ken. Kenderc'hel a reas e hent leun a levenez.

40  Filip en em gavas en Azod. Prezeg a reas an Aviel dre holl gźrioł ma tremene betek ma teuas da Gezarea.

 

Pennad 9

Distro Saol ouzh Doue

1  Koulskoude Saol, o tianalań c'hoazh gourdrouz ha muntr a-enep diskibien an Aotrou, a yeas da gavout ar beleg-meur

2  hag a c'houlennas digantań lizhiri evit sinagogennoł Damask, evit gallout, mar kavje hiniennoł eus ar gredenn-se, gwazed kenkoulz ha gwragez, o degas ereet da Jeruzalem.

3  Evel ma oa en hent ha ma tostae ouzh Damask, a-daol-trumm ur sklźrijenn o tont eus an neńv a lugernas en-dro dezhań.

4  O vezań kouezhet d'an douar, e klevas ur vouezh a lavaras dezhań: Saol, Saol, perak e heskinez ac'hanon?

5  Eń a respontas: Piv out, Aotrou? An Aotrou a lavaras: Me eo Jezuz a heskinez. Kalet e vo dit herzel a-enep ar broudoł.

6  En ur grenań ha spouronet, e lavaras: Aotrou, petra a fell dit a rafen? Hag an Aotrou a lavaras dezhań: Sav ha kae e kźr, hag e vo lavaret dit ar pezh ac'h eus d'ober.

7  An dud a oa o vont gantań a chomas dilavar en o sav, o klevout mat ar vouezh, met ne welent den.

8  Saol a savas a-ziwar an douar hag, o vezań digoret e zaoulagad, ne wele netra. En blegnjont gant an dorn hag en kasjont da Zamask.

9  Tri devezh e chomas hep gwelout, hag hep debriń nag evań.

10  Bez' e oa e Damask un diskibl anvet Ananiaz. An Aotrou a lavaras dezhań en ur weledigezh: Ananiaz! Respont a reas: Setu me, Aotrou!

11  An Aotrou a lavaras dezhań: Sav, kae d'ar straed a anver Eeun ha goulenn e ti Judaz un den anvet Saol a Dars. Rak setu, emań o pediń

12  ha gwelet en deus en ur weledigezh un den anvet Ananiaz, o tont e-barzh hag en deus lakaet e zaouarn warnań evit ma adkavo ar gweled.

13  Ananiaz a respontas: Aotrou, klevet em eus digant meur a hini pegement a zroug en deus graet an den-se da'z sent e Jeruzalem,

14  hag amań en deus ar galloud a-berzh ar veleien vras da eren ar re holl a c'halv da anv.

15  Met an Aotrou a lavaras dezhań: Kae, rak hennezh a zo ul lestr am eus dibabet evit kas va anv dirak ar broadoł, dirak ar rouaned ha dirak mibien Israel,

16  hag e tiskouezin dezhań pegement e tleo gouzańv poan evit va anv.

17  Ananiaz a yeas hag, o vezań aet en ti, e lakaas e zaouarn war Saol hag e lavaras: Breur Saol, an Aotrou Jezuz, an hini a zo en em ziskouezet dit en hent a zeues drezań, en deus va degaset evit ma adkavi ar gweled ha ma vi leuniet gant ar Spered-Santel.

18  Kerkent e kouezhas evel skant eus e zaoulagad hag ec'h adkavas ar gweled. Neuze e savas hag e voe badezet.

19  O vezań debret, e teuas nerzh dezhań.

Saol e Damask

Saol a chomas un devezhioł bennak gant an diskibien e Damask.

20  Ha kerkent e prezegas er sinagogennoł ez eo Krist Mab Doue.

21  Ar re holl a gleve anezhań a oa souezhet hag a lavare: Ha n'eo ket hemań an hini a heskine e Jeruzalem ar re a c'halv an anv-se, ha ne oa ket deuet amań a-ratozh evit o c'has ereet d'ar veleien vras?

22  Koulskoude Saol en em greńvae muioc'h-muiań hag e vezhekae ar Yuzevien a chome e Damask, o prouiń dezho piv eo ar C'hrist.

Saol e Jeruzalem

23  Un nebeud amzer goude, ar Yuzevien en em guzulias a-unvan evit e lakaat da vervel.

24  Met o irienn a zeuas da vezań anavezet gant Saol. Diwall a raent an dorojoł noz-deiz evit e lakaat da vervel.

25  Hag an diskibien, o kemer anezhań en noz, a ziskennas anezhań en ur baner a-hed ar voger.

26  Pa voe deuet Saol da Jeruzalem, e klaskas en em unaniń gant an diskibien, met an holl o doa aon araozań, dre na gredent ket e oa un diskibl.

27  Neuze Barnabaz en kemeras, en kasas d'an ebestel hag a lavaras dezho penaos an Aotrou a oa en em ziskouezet dezhań war an hent hag en doa komzet outań, ha penaos en doa prezeget gant hardizhegezh e Damask en anv Jezuz.

28  Bez' e oa ganto, o tont hag o vont e Jeruzalem hag o prezeg gant hardizhegezh en anv an Aotrou Jezuz.

29  Komz ha tabutal a rae gant ar C'hresianegerien, met ar re-mań a glaske e lakaat da vervel.

30  Ar vreudeur o vezań anavezet kement-se, a zegasas anezhań da Gezarea hag en kasas etrezek Tars.

31  Koulskoude an Ilizoł a oa e peoc'h en holl Judea, Galilea ha Samaria, o vezań kreńvaet ha o kerzhout e doujańs an Aotrou. Kreskiń a raent dre sikour ar Spered-Santel.

Pźr a yac'ha Ene

32  C'hoarvezout a reas, evel ma'z ae Pźr da weladenniń holl, ma tiskennas ivez etrezek ar sent a chome e Lidda.

33  Kavout a reas eno un den anvet Ene, gourvezet war ur gwele eizh vloaz zo hag a oa seizet.

34  Pźr a lavaras dezhań: Ene, Jezuz ar C'hrist a yac'ha ac'hanout, sav ha fich da wele. Ha raktal e savas.

35  Ar re holl a chome e Lidda hag e Saron a welas anezhań hag en em zistrojont ouzh an Aotrou.

Pźr a adsav Dorkaz a varv

36  Bez' e oa e Jope un diskiblez anvet Tabita, da lavarout eo Dorkaz (= Heizezig). Ober a rae kalz a oberoł mat hag a aluzenoł.

37  Kouezhań a reas klańv en amzer-se hag e varvas. Goude ma voe bet gwalc'het, e voe lakaet en ur gambr uhel.

38  Evel ma'z emań Lidda tost ouzh Jope, an diskibien, o vezań gouezet e voe Pźr eno, a gasas daou zen d'e gavout ha d'e bediń da zont hep dale d'o zi.

39  Pźr a savas hag a yeas ganto. Pa voe erruet, e tegasjont anezhań d'ar gambr uhel. An holl intańvezed a dostaas outań en ur ouelań hag a ziskouezas dezhań ar saeoł hag ar mantilli a rae Dorkas pa oa ganto.

40  Pźr, o vezań kaset an holl er-maez, en em lakaas war e zaoulin hag a bedas. Hag, o treiń etrezek ar c'horf, e lavaras: Tabita, sav! Hi a zigoras he daoulagad hag, o vezań gwelet Pźr, ec'h azezas.

41  Eń, o reiń dezhi e zorn, he savas. O vezań galvet ar sent hag an intańvezed, e tiskouezas anezhi bev dezho.

42  Kement-se a voe anavezet dre holl gźr Jope ha kalz a gredas en Aotrou.

43  Pźr a chomas meur a zevezh e Jope e ti ur c'hourrezer anvet Simon.

 

Pennad 10

Korneli a laka da gerc'hat Pźr

1  Bez' e oa e Kezarea un den anvet Korneli, kantener er rejimant galvet Italiat.

2  Deol e oa hag a zoujańs Doue, eń hag e holl diegezh. Ober a rae kalz a aluzenoł d'ar bobl hag e pede Doue dalc'hmat.

3  Gwelout a reas sklaer en ur weledigezh, war-dro an navet eur eus an deiz, un ael eus Doue o tont en e di hag o lavarout dezhań: Korneli!

4  O sellout pizh outań ha gwall spouronet, e lavaras: Petra' zo, Aotrou? Hag e lavaras dezhań: Da bedennoł ha da aluzenoł a zo pignet evel un eńvoradur dirak Doue.

5  Kas bremań tud da Jope da gerc'hat Simon lesanvet Pźr.

6  Lojet eo e ti ur Simon, ur c'hourrezer a zo o chom tost d'ar mor. Eń eo a lavaro dit ar pezh a vo ret dit ober.

7  Pa voe aet kuit an ael a gomze ouzh Korneli, e c'halvas daou eus e vevelien hag ur soudard a zouje Doue e-touez ar re en em zalc'he en e gichen.

8  O vezań disklźriet holl dezho, e kasas anezho da Jope.

Gweledigezh Pźr

9  An deiz war-lerc'h, evel ma oant en hent ha ma tostaent ouzh kźr, Pźr a bignas war leurdoenn an ti, war-dro ar c'hwec'hvet eur, da bediń.

10  O kaout naon, e c'hoantaas debriń. Evel ma fiched boued dezhań, e kouezhas en ur goursav.

11  Gwelout a reas an neńv digor hag un dra o tont war-zu ennań, heńvel ouzh un doubier vras, dalc'het dre he fevar c'horn hag a ziskenne war-zu an douar,

12  enni edo holl bevarzroadeged an douar, al loened gouez, ar stlejviled ha laboused an neńv.

13  Hag ur vouezh a lavaras dezhań: Pźr, sav, lazh ha debr!

14  Met Pźr a lavaras: Nann, Aotrou, rak ne'm eus biskoazh debret netra a saotret nag a zic'hlan.

15  Ar vouezh a lavaras dezhań c'hoazh evit an eil gwech: Na sell ket evel saotret ar pezh en deus Doue glanaet.

16  Kement-se a c'hoarvezas teir gwech, goude-se an dra a voe dilamet en neńv.

17  Evel ma oa Pźr nec'het gant ar weledigezh ha ma sońje ennań e-unan petra a c'hellfe hounnezh bezań, an dud kaset a-berzh Korneli, o vezań goulennet pelec'h e oa ti Simon, en em gavas e-tal an nor,

18  a c'halvas hag a c'houlennas daoust hag e oa lojet eno Simon lesanvet Pźr.

19  Evel ma oa Pźr o prederiań war ar weledigezh, ar Spered a lavaras dezhań: Setu, tri den a c'houlenn ac'hanout.

20  Sav, diskenn ha kae ganto hep arvar ebet, rak me eo am eus o degaset.

21  Pźr a ziskennas da gavout an dud degaset dezhań a-berzh Korneli hag a lavaras: Setu, me eo an hini a glaskit, evit petra hoc'h eus deuet?

22  Lavarout a rejont dezhań: Korneli, kantener, den reizh hag a zoujańs Doue, a vez roet testeni mat dezhań gant holl vroad ar Yuzevien, a zo bet kemennet a-berzh Doue gant un ael santel da'z kerc'hat d'e di ha da glevout ar pezh a lavari dezhań.

23  Neuze Pźr a lakaas anezho da zont en ti hag a lojas anezho. An deiz war-lerc'h ez eas ganto. Hiniennoł eus breudeur Jope a yeas ivez gantań.

Pźr e ti Korneli

24  An deiz war-lerc'h ec'h errujont e Kezarea. Korneli a c'hortoze anezho gant e gerent hag e vignoned vrasań en doa dastumet.

25  Pa zeuas Pźr en ti, Kormeli a yeas a-raok dezhań hag, ouzh en em deurel d'e dreid, ec'h azeulas anezhań.

26  Met Pźr en savas o lavarout: Sav, me va-unan a zo ivez un den.

27  Hag o komz gantań, ez eas e-barzh an ti hag e kavas kalz a dud dastumet.

28  Lavarout a reas dezho: Anavezout a rit ez eo difennet d'ur Yuzev daremprediń un diavaeziad pe mont en e di. Met Doue en deus desket din ne dlean sellout den evel saotret pe dic'hlan.

29  Dre-se, o vezań bet galvet, on deuet hep arvar. Goulenn a ran eta ouzhoc'h evit petra hoc'h eus va lakaet da zont.

30  Korneli a lavaras: Pevar devezh 'zo, em eus yunet betek an eur-mań, ha d'an navet eur, e peden em zi. Ha setu, un den gwisket gant dilhad lugernus en em ziskouezas dirazon

31  hag a lavaras: Korneli, da bedenn a zo bet selaouet ha Doue en deus bet sońj eus da aluzenoł.

32  Kas eta da Jope da gerc'hat Simon lesanvet Pźr. Lojed eo e ti Simon, ur c'hourrezer, tost d'ar mor. Pa vo deuet, eń a gomzo ouzhit.

33  Dre-se em eus kerkent kaset da'z kavout, ha mat ec'h eus graet o tont. Bremań eta emaomp holl amań dirak Doue, evit klevout kement a zo bet gourc'hemennet dit gant Doue.

34  Pźr, o kemer ar gomz, a lavaras: Anavezout a ran e gwirionez penaos Doue ne ra van eus diavaez an den,

35  met penaos e pep broad an hini a zouj anezhań hag a ra ar pezh a zo reizh a zo kavet mat gantań.

36  Setu aze ar ger en deus kaset da vibien Israel, en ur zisklźriań dezho Aviel ar peoc'h dre Jezuz-Krist, Aotrou an holl.

37  Gouzout a rit ar pezh a zo c'hoarvezet en holl Judea, kroget da gentań e Galilea, goude ar vadeziant prezeget gant Yann,

38  penaos Doue en deus olevet gant ar Spered-Santel ha gant galloud Jezuz a Nazared, a yae a lec'h da lec'h oc'h ober vat hag o yac'haat ar re holl a oa mac'het gant an diaoul, abalamour ma oa Doue gantań.

39  Ni a zo testoł eus an holl draoł en deus graet e bro ar Yuzevien hag e Jeruzalem. E lakaet o deus da vervel o stagań anezhań ouzh ar c'hoad.

40  Doue en deus e adsavet a varv d'an trede deiz hag en deus roet dezhań d'en em ziskouez,

41  nann d'an holl bobl, met d'an testoł en doa Doue dibabet en a-raok, deomp-ni hag hon eus debret hag evet gantań goude ma'z eo bet adsavet a-douez ar re varv.

42  Gourc'hemennet en deus deomp prezeg d'ar bobl ha testeniań penaos eń eo an hini a zo bet lakaet gant Doue da varner d'ar re vev ha d'ar re varv.

43  An holl brofeded a ro testeni diwar e benn, penaos, dre e anv, piv bennak a gred ennań a resev ar pardon eus e bec'hedoł.

Ar Spered-Santel a ziskenn war ar baganed

44  Evel ma lavare c'hoazh Pźr ar c'homzoł-se, ar Spered-Santel a ziskennas war ar re holl a selaoue ar ger.

45  An holl grederien amdroc'het a oa deuet gant Pźr a voe souezhet o welout e oa skuilhet ivez donezon ar Spered-Santel war ar baganed.

46  Rak o c'hlevout a raent o komz e yezhoł hag o reiń gloar da Zoue. Neuze Pźr a lavaras:

47  Hag e c'hellfe unan bennak nac'hań dour ar vadeziant ouzh ar re o deus resevet ar Spered-Santel eveldomp?

48  Hag e c'hourc'hemennas o badeziń en anv an Aotrou. Neuze e pedjont anezhań da chom un devezh bennak ganto.

 

Pennad 11

Pźr a zispleg e emzalc'h e-keńver ar baganed

1  An ebestel hag ar vreudeur a oa e Judea a glevas penaos ar baganed ivez o doa degemeret ger Doue.

2  Ha pa voe distroet Pźr da Jeruzalem, an amdroc'hidi a damallas anezhań

3  hag a lavaras: Aet out e ti tud diamdroc'h ha debret ec'h eus ganto.

4  Pźr en em lakaas da gontań an traoł dezho diouzh renk hag a lavaras:

5  Edon o pediń e kźr Jope hag, o kouezhań en ur goursav, em eus bet ur weledigezh: un dra heńvel ouzh un doubier vras dalc'het dre he fevar c'horn, a ziskennas eus an neńv hag a zeuas betek ennon.

6  O vezań sellet gant evezh outi, e welis enni pevarzroadeged an douar, loened gouez, stlejviled ha laboused an neńv.

7  Hag e klevis ur vouezh a lavare din: Pźr, sav, lazh ha debr!

8  Met e lavaris: Nann, Aotrou, rak biskoazh netra a saotret nag a zic'hlan n'eo aet em genoł.

9  Ar vouezh a lavaras din eus an neńv evit an eil gwech: Na sell ket evel saotret ar pezh en deus Doue glanaet.

10  Kement-se a c'hoarvezas teir gwech, goude-se pep tra a voe dilamet en neńv.

11  Ha setu, kerkent tri den kaset da'm c'havout eus Kezarea en em gavas dirak an ti e-lec'h ma oan.

12  Ar Spered a lavaras din mont ganto hep arvar. Ar c'hwec'h breur-mań a zeuas ivez ganin hag ez ejomp e-barzh ti an den-se.

13  Eń a lavaras deomp penaos en doa gwelet un ael en e di oc'h en em ziskouez hag o lavarout dezhań: Kas da Jope da gerc'hat Simon lesanvet Pźr,

14  hag a lavaro dit traoł a vi salvet ganto, te ha da holl diegezh.

15  Evel ma en em lakais da gomz, ar Spered-Santel a ziskennas warno evel warnomp er penn-kentań.

16  Neuze e teuas sońj din eus ar ger-mań a lavaras an Aotrou: Yann en deus badezet en dour, met c'hwi a vo badezet er Spered-Santel.

17  Pa en deus Doue roet dezho an hevelep donezon ha deomp-ni ar re o deus kredet en Aotrou Jezuz-Krist, piv e oan-me evit enebiń ouzh Doue?

18  O vezań klevet an traoł-se, e sioulajont hag e rojont gloar da Zoue, o lavarout: Doue en deus eta roet ivez d'ar baganed ar geuzidigezh, evit m'o devo ar vuhez.

Iliz Antioch; an diskibien a zo anvet kristenien

19  Ar re a oa bet stlabezet gant an heskinadeg c'hoarvezet diwar-benn Stefan, a yeas betek Fenikia, Kiprenez hag Antioch, o prezeg ar ger da zen ebet, nemet d'ar Yuzevien hepken.

20  Met hiniennoł anezho, a oa eus Kiprenez hag eus Siren, a yeas en Antioch hag a gomzas d'ar C'hresianed, o kemenn dezho Aviel an Aotrou Jezuz.

21  Dorn an Aotrou a oa ganto, hag un niver bras a dud a gredas hag en em zistroas ouzh an Aotrou.

22  Ar c'heloł eus kement-mań a zeuas betek Iliz Jeruzalem, hag e kasjont Barnabaz betek Antioch.

23  Pa voe deuet eno ha pa welas gras Doue, en em laouenaas a gement-se hag ec'h alias anezho holl da chom stag ouzh an Aotrou gant ur galon start.

24  Rak un den mat e oa, leun eus ar Spered-Santel hag a feiz, hag ul lod bras a dud en em unanas gant an Aotrou.

25  Neuze Barnabaz a yeas da Dars da gerc'hat Saol

26  hag, o vezań e gavet, e tegasas anezhań da Antioch. E-pad ur bloavezh leun, en em zastumjont gant an Iliz hag e kelennjont ur bobl vras. En Antioch eo e voe roet, evit ar wech kentań, an anv a Gristenien d'an diskibien.

27  En amzer-se e tiskennas profeded eus Jeruzalem da Antioch.

28  Unan anezho, anvet Agabuz, a savas hag a zisklźrias dre ar Spered e vije un naonegezh vras dre an douar holl, ar pezh a erruas e gwirionez dindan Glaoda-Kezar.

29  An diskibien a zivizas kas, pep hini hervez e c'halloud, ur sikour d'ar vreudeur a chome e Judea.

30  Hag e rejont kement-se, o kas anezhań d'an henaourien, dre zaouarn Barnabaz ha Saol.

 

Pennad 12

Pźr toullbac'het, ha dieubet gant un ael

1  En hevelep amzer, ar roue Herodez en em lakaas da wallgas hiniennoł eus an Iliz.

2  Lazhań a reas dre ar c'hleze Jakez breur Yann.

3  O welout e plije kement-se d'ar Yuzevien, e reas pakań Pźr ivez. Kement-se a c'hoarvezas e-pad devezhioł ar bara hep goell.

4  O vezań kroget ennań ha taolet anezhań er prizon, en roas da ziwall da beder skouadenn a bevar soudard pep hini, o fellout dezhań e gas dirak ar bobl goude ar Pask.

5  Pźr eta a oa diwallet er prizon, met an Iliz a rae hep paouez pedennoł da Zoue evitań.

6  En nozvezh a-raok an deiz ma tlee Herodez e lakaat da vezań kaset er-maez, Pźr a gouske etre daou soudard, ereet gant div chadenn. Gwarded a oa dirak an nor evit diwall ar prizon.

7  Ha setu, un ael eus an Aotrou a zeuas hag ur sklźrijenn a lugernas er prizon. An ael a vountas Pźr dre e gostez hag a zihunas anezhań, o lavarout: Sav buan! Ar chadennoł a gouezhas eus e zaouarn.

8  An ael a lavaras dezhań: En em c'houriz ha laka da sandalennoł. Hag en greas. Hag e lavaras dezhań: En em bak e-barzh da vantell hag heuilh ac'hanon.

9  Mont a reas er-maez hag e heulias anezhań hep gouzout ha gwir e oa ar pezh a rae an ael; met krediń a rae en doa ur weledigezh.

10  P'o doe tremenet ar c'hentań hag an eilvet gward, e teujont d'an nor houarn a yae e kźr, hag e tigoras anezhi hec'h-unan dirazo. O vezań aet er-maez, ez ejont a-hed ur straed. Kerkent an ael en em dennas digantań.

11  O vezań distroet ennań e-unan, Pźr a lavaras: Bremań ec'h ouzon e gwirionez en deus an Aotrou degaset e ael hag en deus va zennet eus dorn Herodez hag eus kement a c'hortoze ar bobl yuzev.

12  Goude bezań prederiet, e teuas da di Mari mamm Yann lesanvet Mark, e-lec'h ma oa dastumet kalz a dud o pediń.

13  Pźr a skoas war dor ar porzh, hag ur vatezh anvet Rode a zeuas da selaou.

14  O vezań anavezet mouezh Pźr, en abeg d'he levenez, ne zigoras ket ar porzh, met redek a reas da lavarout e oa Pźr e-tal ar porzh.

15  Lavarout a rejont dezhi: diskiant out. Met hi a zalc'has da zisklźriań e oa an dra evel-se. Hag e lavarjont: E ael eo.

16  Met Pźr a gendalc'has da skeiń. Pa o doe digoret, e weljont anezhań hag e voent souezhet bras.

17  Oc'h ober sin dezho gant e zorn da devel, e kontas dezho penaos en doa an Aotrou e zegaset er-maez eus ar prizon, hag e lavaras: Roit da anavezout kement-mań da Jakez ha d'ar vreudeur. Hag ez eas er-maez etrezek ul lec'h all.

18  Pa voe deuet an deiz, e voe un drubuilh vras e-touez ar soudarded da c'houzout petra e oa deuet Pźr da vezań.

19  Herodez, o vezań lakaet d'e glask hep gallout e gavout, a reas goulennoł ouzh ar warded hag a c'hourc'hemennas o degas kuit. Neuze e tiskennas eus Judea da Gezarea hag e chomas eno.

Marv Herodez

20  Herodez a oa droug ennań a-enep tud Tir ha Sidon. Met int a zeuas a-unvan d'e gavout hag, o vezań gounezet Blastuz, an hini a oa e penn da gambr ar roue, e c'houlennjont ar peoc'h, abalamour o bro a denne he bevańs eus hini ar roue.

21  D'un deiz divizet, Herodez, gwisket gant e zilhad-roue hag azezet war e dron, a reas ur brezegenn dezho.

22  Ar bobl a grias: Mouezh un doue eo, n'eo ket hini un den!

23  Met kerkent, un ael eus an Aotrou a skoas anezhań, dre ma n'en doa ket roet gloar da Zoue. Hag e varvas, krignet gant ar preńved.

24  Ha ger Doue a greske hag en em skuilhe.

25  Barnabaz ha Saol, goude bezań peurechuet o c'harg, a zistroas eus Jeruzalem, o vezań ivez kemeret ganto Yann lesanvet Mark.

 

Pennad 13

Barnabaz ha Saol lakaet a-du gant ar Spered-Santel; kentań beaj mision Saol

1  Bez' e oa en Iliz Antioch profeded ha doktored: Barnabaz, Simeon anvet Niger, Lusiuz ar Sirenad, Manahen a oa bet savet gant Herodez an tetrark, ha Saol.

2  E-pad ma oant o servijań an Aotrou hag o yunań, ar Spered-Santel a lavaras: Lakait a-du evidon Barnabaz ha Saol evit al labour am eus o galvet da gas da benn.

3  Neuze, o vezań yunet ha pedet, e lakajont o daouarn warno hag o c'hasjont kuit.

Barnabaz ha Saol e Kiprenez

4  Int eta, kaset gant ar Spered-Santel, a ziskennas e Seleusia, hag ac'hane ez ejont dre vor da Giprenez.

5  O vezań erruet e Salamin, e prezegjont ger Doue e sinagogennoł ar Yuzevien. Bez' e oa ivez Yann ganto evit o sikour.

6  Goude m'o doa treuzet an enezenn holl betek Pafoz, e kavjont ur yuzev, hudour ha fals-profed anvet Barjezuz,

7  a oa gant ar prokońsul Sergiuz-Pauluz, den skiantek. Hemań a c'halvas Barnabaz ha Saol, hag a c'hoantaas klevout ger Doue.

8  Met Elimaz an hudour, rak evel-se e vez troet e anv, a enebe outo, o klask distreiń ar prokońsul diouzh ar feiz.

9  Met Saol, a oa ivez galvet Paol, leun eus ar Spered-Santel, a sellas start outań

10  hag a lavaras: O te, leun a bep tromplerezh hag a bep fallentez, mab an diaoul, enebour da bep reizhder, ha ne baouezi ket da zireizhań hentoł eeun an Aotrou?

11  Bremań setu, dorn an Aotrou a zo warnout, hag e vi dall ha ne weli ket an heol e-pad ur pennad. Raktal e kouezhas warnań ur vrumenn hag un deńvalijenn, hag, o treiń amań hag ahont, e klaske ur re bennak da ren anezhań gant an dorn.

12  Neuze ar prokońsul, o welout ar pezh a oa c'hoarvezet, a gredas, o vezań souezhet bras eus kelennadurezh an Aotrou.

13  Paol hag ar re a oa gantań a yeas kuit eus Pafoz hag a zeuas dre vor da Berj e Pamfilia. Yann a guitaas anezho hag a zistroas da Jeruzalem.

Prezegenn Paol en Antioch Pisidia

14  Mont a rejont kuit eus Perj hag e teujont da Antioch Pisidia. O vezań aet er sinagogenn d'an deiz sabad, ec'h azezjont.

15  Goude ma voe lennet al lezenn hag ar brofeded, pennoł ar sinagogenn a gasas da lavarout dezho: Tud breudeur, ma hoc'h eus un ali bennak da reiń d'ar bobl, komzit.

16  Paol a savas hag, o vezań graet sin gant e zorn, e lavaras: Tud a Israel ha c'hwi a zouj Doue, selaouit!

17  Doue ar bobl-mań a Israel en deus dibabet hon tadoł hag a adsavas ar bobl-mań e-pad ma chome en Ejipt. O zennet en deus ac'hane gant e vrec'h galloudus.

18  E-pad war-dro daou-ugent bloavezh e harpas anezho gant trugarez el lec'h distro

19  hag, o vezań distrujet seizh broad e Bro-Ganaan, e lodennas dezho ar vro da hźrezh.

20  Goude-se, e-pad war-dro pevar c'hant hanter-kant vloaz, e roas dezho barnerien betek ar profed Samuel.

21  Goulenn a rejont neuze ur roue. Ha Doue a roas dezho Saül mab Kish, eus meuriad Benjamin, e-pad daou-ugent bloavezh.

22  O vezań e gaset kuit, e savas dezho David evit roue, hag e roas an testeni-mań dezhań: Kavet em eus David mab Jese, den hervez va c'halon, hag e peurc'hraio va holl volontez.

23  Eus e lignez eo, en deus Doue, hervez e bromesa, savet Jezuz, Salver Israel.

24  A-raok ma teuas, Yann en doa prezeget badeziant ar geuzidigezh da holl bobl Israel.

25  Pa echuas Yann e redadenn, e lavaras: Piv a sońjit ez on-me? N'on ket, met setu, e teu war va lerc'h an hini n'on ket dellezek da zieren korreenn botoł e zreid.

26  Tud breudeur, mibien eus gouenn Abraham, ha c'hwi a zouj Doue, deoc'h-c'hwi eo bet kaset ar ger a silvidigezh-mań.

27  Rak holl dud Jeruzalem hag o fennoł, o vezań e zizanavezet, o deus peurc'hraet en ur gondaoniń anezhań komzoł ar brofeded a vez lennet bep deiz sabad.

28  Hep kavout ennań abeg ebet d'e lakaat d'ar marv, e c'houlennjont digant Pilat e lakaat da vervel.

29  Pa voe peurc'hraet kement a zo bet skrivet diwar e benn, e voe dilamet a-ziwar ar c'hoad ha lakaet en ur bez.

30  Met Doue en deus e adsavet a-douez ar re varv.

31  Gwelet eo bet e-pad meur a zevezh gant ar re a oa pignet gantań eus Galilea da Jeruzalem, hag a zo e destoł dirak ar bobl.

32  Ha ni a ro da anavezout deoc'h an Aviel, ar bromesa a oa bet graet d'hon tadoł.

33  Doue en deus peurc'hraet anezhi evidomp-ni o bugale, pa en deus adsavet Jezuz a varv, hervez ma'z eo skrivet en eil Salm: Te eo va Mab, hiziv em eus da c'hanet.

34  E adsavet en deus a-douez ar re varv, en hevelep doare ma ne zistroio ken d'ar vreinadurezh, ha disklźriet en deus kement-se o lavarout: Reiń a rin deoc'h ar promesaoł santel ha sur graet da Zavid.

35  Dre-se e lavar ivez en ul lec'h all: Ne lezi ket da Sant da welout ar vreinadurezh.

36  Ha David, goude bezań servijet en e amzer da ziviz Doue, a zo marv, a zo bet lakaet gant e dadoł hag en deus gwelet ar vreinadurezh.

37  Met an hini en deus Doue adsavet a-varv n'en deus ket gwelet ar vreinadurezh.

38  Gouezit eta, tud breudeur, penaos eo drezań e vez kemennet deoc'h pardon ar pec'hedoł,

39  ha penaos piv bennak a gred a zo reishaet drezań eus an holl draoł na c'hellec'h ket bezań reishaet anezho gant lezenn Moizez.

40  Diwallit eta na c'hoarvezfe ket ganeoc'h ar pezh a zo bet lavaret er brofeded:

41  Setu, c'hwi a zispriz ac'hanon, bezit souezhet ha kit diwar wel, rak emaon o vont d'ober un oberenn en ho tevezhioł, un oberenn ha ne gredfec'h ket ma vefe kontet deoc'h.

42  Evel ma'z ae kuit ar Yuzevien eus ar sinagogenn, e voent pedet gant ar baganed da brezeg diwar-benn an hevelep traoł ar sabad war-lerc'h.

43  Pa voe stlabezet ar vodadenn e-maez ar sinagogenn, meur a hini eus ar Yuzevien hag eus ar brozelited a zouje Doue a yeas war-lerc'h Paol ha Barnabaz. Int a gomzas ganto hag a alias anezho da genderc'hel e gras Doue.

44  Ar sabad war-lerc'h, holl gźr hogos en em zastumas evit klevout ger Doue.

45  Ar Yuzevien, o welout ar vandenn dud-se, a voe leuniet a warizi hag a enebas ouzh komzoł Paol, o tislavarout hag o tismegańsiń anezhań.

46  Met Paol ha Barnabaz a lavaras dezho gant hardizhegezh: Deoc'h-c'hwi e oa ret da gentań reiń da anavezout ger Doue, met, pa daolit anezhań kuit hag en em varnit hoc'h-unan dizellezek eus ar vuhez peurbadus, setu, ni en em dro war-zu ar baganed.

47  Rak evel-se en deus an Aotrou gourc'hemennet deomp: Da lakaet em eus evel sklźrijenn evit ar broadoł, evit degas ar silvidigezh betek pennoł pellań an douar.

48  Ar baganed, o klevout kement-se, o doe levenez hag a roas gloar da c'her an Aotrou. Ar re holl a oa tonket d'ar vuhez peurbadus a gredas.

49  Ger an Aotrou en em skuilhas er vro holl.

50  Met ar Yuzevien a atizas ar gwragez devot a renk uhel hag ar pennoł eus kźr. Sevel a rejont un heskinadeg a-enep Paol ha Barnabaz hag o c'hasjont kuit eus o bro.

51  Goude bezań hejet ar poultr eus ho treid a-enep dezho ez ejont da Ikoniom.

52  An diskibien a oa leuniet gant levenez ha gant ar Spered-Santel.

 

Pennad 14

Paol ha Barnabaz en Ikoniom

1  C'hoarvezout a reas en Ikoniom ma'z ejont asambles e sinagogenn ar Yuzevien hag e komzjont en un hevelep doare ma kredas un niver bras eus ar Yuzevien hag eus ar C'hresianed.

2  Met re ar Yuzevien na gredent ket a lakaas droug da sevel en eneoł ar baganed a-enep ar vreudeur.

3  Chom a rejont koulskoude pell a-walc'h, o komz gant hardizhegezh, harpet war an Aotrou a roe testeni da c'her e c'hras en ur ober mirakloł ha burzhudoł dre o daouarn.

4  Met poblańs kźr a voe rannet: darn a oa a-du gant ar Yuzevien ha darn all a-du gant an ebestel.

Paol ha Barnabaz e Likaonia; un den mac'hagn a zo yac'haet

5  Hag evel ma c'hoarvezas un emsavadenn eus ar Yuzevien hag ar baganed, a-unvan gant o fennoł, da wallgas ha da veinata anezho,

6  ar re-mań, o vezań gouezet kement-se, a dec'has e kźrioł Likaonia, da Listra, da Zerb ha d'ar vro war-dro,

7  hag e prezegjont eno an Aviel.

8  E Listra e oa un den azezet, mac'hagn eus e zaoudroad, a oa kamm adalek kof e vamm ha n'en doa kerzhet biskoazh.

9  Selaou a rae Paol o komz. Hemań, o sellout gant evezh outań, a welas en doa ar feiz evit bezań yac'haet

10  hag a lavaras gant ur vouezh kreńv: Sav eeun war da dreid. Hag e lammas, hag e kerzhas.

11  Pa welas ar bobl ar pezh en doa graet Paol, e savjont o mouezh hag e lavarjont e yezh likaoniek: Doueed heńvel ouzh tud a zo diskennet etrezek ennomp.

12  Hag e c'halvjont Barnabaz Yaou ha Paol Merc'her, abalamour ma oa hemań a zouge ar gomz.

13  Beleg Yaou, a oa tost d'o c'hźr, a zegasas tirvi gant garlantezioł dirak an dorojoł hag a felle dezhań kinnig un aberzh a-unvan gant ar bobl.

14  Met an ebestel Barnabaz ha Paol, o vezań anavezet kement-se, a rogas o dilhad hag a redas e-kreiz an engroez, o krial:

15  O tud, perak e rit kement-se? N'omp nemet tud dalc'het d'an hevelep poanioł eveldoc'h. Prezeg a reomp deoc'h an Aviel evit ma tistroot eus an traoł didalvez-se ha m'en em droot war-zu an Doue bev, an hini en deus graet an neńv, an douar, ar mor hag an holl draoł a zo enno.

16  En amzer dremenet, lezet en deus an holl vroadoł da gerzhout en o hentoł o-unan,

17  petra bennak ma n'en deus ket paouezet da reiń testenioł anezhań e-unan, oc'h ober vad, en ur zegas deomp eus an neńv ar glaveier hag an amzerioł frouezhus, hag o leuniań hor c'halonoł a vadoł hag a levenez.

18  A-boan ma c'helljont, o lavarout kement-se, mirout ar bobl da ginnig un aberzh dezho.

19  Neuze Yuzevien a zeuas eus Antioch hag eus Ikoniom hag a c'hounezas ar bobl. O vezań meinataet Paol, e stlejjont anezhań er-maez eus kźr, o krediń e oa marv.

20  Met an diskibien o vezań en em zastumet en-dro dezhań, e savas hag e teuas e kźr. An deiz war-lerc'h ez eas gant Barnabaz da Zerb.

Distro da Antioch

21  Goude bezań prezeget an Aviel er gźr-se ha bezań graet enni meur a ziskibl, e tistrojont da Listra, Ikoniom hag Antioch,

22  o kreńvaat eneoł an diskibien, oc'h aliań anezho da genderc'hel er feiz, hag o reiń da anavezout dezho ez eo dre galz a boanioł eo ret deomp mont e rouantelezh Doue.

23  Goude bezań lakaet henaourien dezho e pep Iliz, ha goude bezań pedet ha yunet, ec'h erbedjont evito an Aotrou o doa kredet ennań.

24  O vezań treuzet Pisidia, e teujont e Pamfilia,

25  e prezegjont ar ger e Perj hag e tiskennjont en Atalia.

26  Ac'hane ez ejont dre vor da Antioch, a-belec'h e oant bet kaset gant gras Doue evit an oberenn o doa graet.

27  Pa voent erruet, e tastumjont an Iliz hag e kontjont an holl draoł en doa Doue graet ganto ha penaos en doa digoret d'ar broadoł dor ar feiz.

28  Eno e chomjont pell amzer gant an diskibien.

 

Pennad 15

Sened-Iliz e Jeruzalem

1  Hiniennoł deuet eus Judea a gelennas ar vreudeur o lavarout: Ma n'oc'h ket amdroc'het hervez giz Moizez, ne c'hellit ket bezań salvet.

2  Un tabut bras hag ur breud o vezań eta savet etre Paol ha Barnabaz hag ar re-mań, e voe divizet e pignje Paol ha Barnabaz hag hiniennoł eus o zouez da Jeruzalem da gavout an ebestel hag an henaourien diwar-benn kement-se.

3  O vezań eta kaset gant an Iliz, e treuzjont Fenikia ha Samaria, e kontjont distro ar baganed ouzh Doue hag e rojont ul levenez vras d'an holl vreudeur.

4  O vezań erruet e Jeruzalem, e voent degemeret gant an Iliz, gant an ebestel ha gant an henaourien, hag e rojont da anavezout an holl draoł en doa Doue graet ganto.

5  Met hiniennoł eus kostezenn ar farizianed o doa kredet a savas o lavarout e oa ret amdroc'hań anezho ha gourc'hemenn dezho mirout lezenn Moizez.

6  An ebestel hag an henaourien en em zastumas evit sellout pizh ouzh ar gudenn-se.

7  Evel ma oa ur breud bras, Pźr a savas hag a lavaras dezho: Tud breudeur, anavezout a rit penaos pell amzer' zo en deus Doue va dibabet en hon touez, evit ma klevje ar baganed dre va genoł ger an Aviel ha ma kredjent.

8  Doue, hag a anavez ar c'halonoł, en deus roet testeni dezho en ur reiń dezho ar Spered-Santel kenkoulz ha deomp-ni,

9  n'en deus graet diforc'h ebet etre ni hag int, o vezań glanaet o c'halonoł dre ar feiz.

10  Bremań eta, perak e temptit Doue en ur lakaat war an diskibien ur yev n'hon eus ket bet an nerzh da zougen, nag hon tadoł na ni hon-unan?

11  Met krediń a reomp ez omp salvet dre c'hras an Aotrou Jezuz-Krist, kenkoulz hag int.

12  An holl vodadenn a davas hag e selaouent Barnabaz ha Paol o kontań pebezh mirakloł ha pebezh burzhudoł en doa Doue graet drezo e-touez ar baganed.

13  Goude m'o doe paouezet da gomz, Jakez a gemeras ar gomz hag a lavaras: Tud breudeur, selaouit ac'hanon.

14  Simon en deus disklźriet penaos en deus Doue sellet ouzh ar baganed, evit dibab en o zouez ur bobl d'e anv.

15  Ha gant kement-se emań o klotań gerioł ar brofeded, hervez ma'z eo skrivet:

16  Goude-se e tistroin hag ec'h adsavin teltenn David a oa kouezhet, sevel a rin a-nevez he dismantroł hag e lakain anezhi en he sav,

17  evit ma vo klasket an Aotrou gant an nemorant eus an dud ha gant an holl vroadoł ma'z eo galvet va anv warno, eme an Aotrou en deus graet an holl draoł-mań.

18  E holl oberoł a zo anavezet gant Doue a bep amzer.

19  Dre-se e sońj din ne dleer ket tregasiń ar re eus ar baganed a zistro ouzh Doue,

20  met skrivań dezho en em virout diouzh pep saotr an idoloł, diouzh ar c'hadaliezh, diouzh al loened mouget ha diouzh ar gwad.

21  Rak e pep kźr, abaoe kalz a rummadoł, ez eus tud a brezeg Moizez, pa'z eo lennet pep sabad er sinagogennoł.

Lizher ar Sened da Antioch

22  Neuze e voe kavet mat gant an ebestel hag an henaourien, gant an holl Iliz, dibab tud eus o zouez evit o c'has da Antioch gant Paol ha Barnabaz: Judaz lesanvet Barsabbaz ha Silaz, tud eus ar re gentań e-touez ar vreudeur.

23  Kement-mań a skrivjont drezo: An ebestel, an henaourien hag ar vreudeur, d'ar vreudeur a-douez ar baganed a zo en Antioch, e Siria hag e Kilisia: Salud!

24  Evel ma hon eus anavezet penaos hiniennoł deuet eus hon touez o deus trubuilhet ac'hanoc'h gant o frezegennoł, o vrańsellat hoc'h eneoł en ur lavarout eo ret bezań amdroc'het ha mirout al lezenn, ar pezh n'hon eus ket gourc'hemennet dezho,

25  ni hon eus kavet mat, holl asambles, dibab tud hag o c'has deoc'h gant hor re garet-mat Barnabaz ha Paol,

26  tud o deus risklet o buhez evit anv hon Aotrou Jezuz-Krist.

27  Kaset hon eus eta Judaz ha Silaz, da zisklźriań deoc'h a c'henoł an hevelep traoł.

28  Rak kavet eo bet mat gant ar Spered-Santel ha ganeomp-ni, na vije ket lakaet warnoc'h bec'hioł all nemet ar re a zo ret,

29  da lavarout eo, m'en em virot diouzh ar pezh a zo bet aberzhet d'an idoloł, diouzh ar gwad, diouzh ar pezh a zo bet mouget ha diouzh ar c'hadaliezh. Mat a reot diwall diouzh an traoł-se. Yec'hed deoc'h!

30  O vezań eta bet kaset, e teujont da Antioch ha, p'o doe dastumet ar bobl, e rojont al lizher.

31  O vezań e lennet, en em laouenajont eus an ali mat-se.

32  Judaz ha Silaz, o vezań profeded o-unan, a galonekaas hag a greńvaas ar vreudeur dre veur a brezegenn.

33  Goude bezań chomet eno ur pennad amzer, e voent kaset kuit e peoc'h gant ar vreudeur etrezek an ebestel.

34  Koulskoude Silaz a gavas mat chom.

35  Paol ha Barnabaz a chomas en Antioch, o kelenn hag o prezeg an Aviel, ger an Aotrou, gant meur a hini all.

Paol ha Barnabaz en em zisparti an eil diouzh egile; eil beaj mision Paol

36  Un devezhioł bennak goude, Paol a lavaras da Varnabaz: Distroomp da weladenniń hor breudeur en holl gźrioł hon eus prezeget enno ger an Aotrou, da welout penaos emaint.

37  Barnabaz a fellas dezhań kemer ivez ganto Yann lesanvet Mark.

38  Met Paol ne gavas ket dereat kemer ganto an hini en doa o c'huitaet pa oant e Pamfilia ha n'en doa ket o heuliet en o oberennoł.

39  Bez' e oa eta etrezo un diemglev ken kreńv ma'z ejont an eil digant egile. Barnabaz a gemeras Mark gantań hag a yeas dre vor da Giprenez.

40  Paol a zibabas Silaz hag a yeas kuit, goude bezań bet lakaet dindan gras Doue gant ar vreudeur,

41  hag e treuzas Siria ha Kilisia, o kreńvaat an Ilizoł.

 

Pennad 16

Paol a gemer Timote gantań

1  Dont a reas e Derb hag e Listra. Ha setu, bez' e oa eno un diskibl anvet Timote, mab da ur Yuzevez hag a grede ha da un tad Gresian.

2  Breudeur Listr hag Ikoniom a roe anezhań un testeni mat.

3  Paol a fellas dezhań e teuje gantań. E gemer a reas hag ec'h amdroc'has anezhań abalamour d'ar Yuzevien a oa el lec'h-se, rak an holl a ouie e oa Gresian e dad.

4  Evel ma'z aent eus kźr e kźr, ec'h alient mirout an urzhioł a oa bet lakaet gant an ebestel ha gant henaourien Jeruzalem.

5  Evel-se an Ilizoł a greńvae er feiz hag an niver anezho a greske a zeiz da zeiz.

Gweledigezh Paol e Troaz

6  P'o doe treuzet Frigia ha bro C'halatia, ar Spered-Santel a zifennas outo prezeg ar ger en Azia.

7  O vezań deuet tost da v-Misia, en em lakajont da vont e Bitinia, met ar Spered n'o lezas ket da vont.

8  Neuze e treuzjont Misia hag e tiskennjont e Troaz.

9  Paol en doa ur weledigezh e-pad an noz: un den Makedoniat en em zalc'he en e sav hag en pede o lavarout: Tremen e Makedonia, deus d'hor sikour.

10  Kerkent ha m'en doa bet ar weledigezh-se, e klaskjomp mont e Makedonia, o krediń ervat en doa an Aotrou hor galvet da brezeg an Aviel eno.

Paol e Filipi

11  O vezań eta aet kuit eus Troaz, ez ejomp eeun dre vor etrezek Samotraz, hag an deiz war-lerc'h etrezek Neapoliz.

12  Ac'hano ez ejomp da Filipi, hag a zo ur gźr gentań eus un distrig eus Makedonia hag un drevadenn. Chom a rejomp er gźr-se un nebeud devezhioł.

13  D'an deiz sabad ez ejomp er-maez eus kźr, tost d'ur stźr e-lec'h ma oant kustumet d'ober ar bedenn. O vezań azezet, hon eus komzet ouzh ar gwragez a oa en em zastumet eno.

14  Ur wreg anvet Lidia, ur varc'hadourez limestra eus kźr Diatira, ur wreg a zouje Doue, a selaouas. An Aotrou a zigoras he c'halon dezhi evit ma raje evezh ouzh an traoł a lavare Paol.

15  Pa voe bet badezet gant he zud, e reas ar goulenn-mań: Ma hoc'h eus kavet ac'hanon feal d'an Aotrou, deuit em zi ha chomit ennań. Hag hol lakaas d'ober evel-se.

Paol ha Silaz a zo toullbac'het, ha dieubet; distro ar bac'her ouzh Doue

16  Evel ma'z aemp d'ar bedenn, ur vatezh dalc'het gant ur spered a Biton hag a zegase ur gounid bras d'he mistri oc'h ober micher a zivinouriezh, a ziaraogas ac'hanomp.

17  O heuliań Paol ha ni, e krie: An dud-mań a zo servijerien an Doue Uhel-Meurbet hag a gemenn deoc'h hent ar silividigezh.

18  Kement-se a reas e-pad meur a zevezh. Paol, hegaset, a zistroas hag a lavaras d'ar spered: Me a c'hourc'hemenn dit, en anv Jezuz-Krist, da vont er-maez anezhi. Hag ez eas kuit raktal.

19  Met he mistri, o welout o doa kollet an esper eus o gounid, a grogas e Paol hag e Silaz, hag o stlejas war al leurgźr dirak ar pennoł-kźr.

20  O vezań o c'haset dirak ar pennoł, e lavarjont dezho: An dud-mań a drubuilh hor c'hźr. Yuzevien int,

21  hag e kelennont boazioł ha n'eo ket aotreet deomp o degemer nag o heuliań, pa'z eo gwir ez omp Romaned.

22  An engroez a savas a-enep dezho, hag ar pennoł, o vezań lakaet o dilhad da vezań difreuzet diwarno, a c'hourc'hemennas o skourjezań gant gwalinier.

23  Goude bezań roet dezho kalz a daolioł, e taoljont anezho er prizon hag e c'hourc'hemennjont d'ar bac'her o diwall gant evezh.

24  O vezań bet an urzh-se, hemań o zaolas er prizon a-ziabarzh hag a ereas o zreid gant hualoł.

25  War-dro hanternoz, Paol ha Silaz a oa o pediń hag o kanań meuleudioł da Zoue, hag ar brizonidi o c'hleve.

26  A-daol trumm e c'hoarvezas ur c'hren-douar bras, en hevelep doare ma voe brańsellet diazez ar prizon. Kerkent, an holl zorojoł a voe digoret hag ereoł an holl brizonidi a voe torret.

27  Ar bac'her, o vezań dihunet hag o welout dorojoł ar prizon digor, a dennas e gleze hag a oa o vont d'en em lazhań, o krediń e oa aet ar brizonidi kuit.

28  Met Paol a grias gant ur vouezh kreńv: Na ra droug ebet dit, rak emaomp holl amań.

29  O vezań goulennet gouloł, ec'h antreas buan hag, en ur grenań, en em daolas ouzh treid Paol ha Silaz.

30  Hag, o tegas anezho er-maez, e lavaras: Aotrounez, petra eo ret din d'ober evit bezań salvet?

31  Lavarout a rejont: Kred en Aotrou Jezuz-Krist, hag e vi salvet, te ha da diegezh.

32  Kemenn a rejont dezhań ger an Aotrou, ha d'ar re holl a oa en e di.

33  Eń a gemeras anezho gantań d'an eur-se eus an noz hag a walc'has o goulioł. Ha raktal a voe badezet, eń hag e holl dud.

34  O vezań degaset anezho en e di, e roas dezho da zebriń hag en em laouenaas da vezań kredet e Doue gant e holl diegezh.

35  Pa voe deuet an deiz, ar pennoł a gasas serjanted da lavarout: Laosk an dud-se.

36  Ar bac'her a lavaras da Baol ar c'homzoł-se: Ar pennoł o deus kaset keloł evit ho leuskel, deuit bremań er-maez hag it e peoc'h.

37  Met Paol a lavaras dezho: Goude bezań hor skourjezet dirak an holl hep barn, ha ni Romaned, o deus hol lakaet er prizon, ha bremań e laoskont ac'hanomp kuit e kuzh! Ne c'hoarvezo ket kement-se. Ra deuint hoc'h-unan d'hol lakaat er-maez.

38  Ar serjanted a lavaras ar gerioł-se d'ar pennoł, hag ar re-mań o doe aon o klevout e oant Roman.

39  Dont a rejont eta d'o sioulaat. Hag o c'hasjont er-maez hag e pedjont anezho da vont kuit eus kźr.

40  Int, goude bezań aet er-maez eus ar prizon, a yeas da di Lidia hag, o vezań gwelet ar vreudeur, e kalonekajont anezho hag ez ejont kuit.

 

Pennad 17

Paol ha Silaz e Tesalonike

1  Goude bezań tremenet dre Amfipoliz hag Apollonia, e teujont da Desalonike e-lec'h ma oa sinagogenn ar Yuzevien.

2  Paol, hervez e c'hiz, a yeas d'o c'havout hag, e-pad tri sabad, e komzas outo diwar-benn ar Skriturioł,

3  o tisplegań hag o tiskenn penaos e oa ret d'ar C'hrist gouzańv hag adsevel a-douez ar re varv, hag o lavarout: Ar C'hrist-se eo Jezuz a brezegan deoc'h.

4  Darn anezho a gredas hag en em unanas da Baol ha da Silaz, gant ul lod bras a C'hresianed a zouje Doue ha kalz a wragez a renk uhel.

5  Met ar Yuzevien diskredik, leun a warizi, a gemeras ganto un toullad paotred fall diwar al leurgźr, hag, o vezań dastumet un engroez, e lakajont trubuilh dre gźr. O vont da di Jason, e klaskjont anezho evit o c'has dirak ar bobl.

6  Ne gavjont ket anezho hag e stlejjont Jason hag hiniennoł eus ar vreudeur dirak ar pennoł-kźr, o krial: An dud-mań o deus trubuilhet ar bed hag a zo ivez amań,

7  ha Jason en deus o degemeret. Int holl, enebourien da c'hourc'hemennoł Kezar, a lavar ez eus ur roue all, Jezuz.

8  Fromań a rejont ar bobl hag ar pennoł-kźr pa glevjont an traoł-se.

9  Goude bezań resevet ur c'hred digant Jason ha digant ar re all, e lezjont anezho da vont kuit.

Paol ha Silaz e Beroia

10  Raktal ar vreudeur a lakaas en noz Paol ha Silaz da vont kuit da v-Beroia. O vezań erruet eno, ez ejont e sinagogenn ar Yuzevien.

11  Ar re-mań o doa sońjoł uheloc'h eget re eus Tesalonike, hag e resevjont ar ger gant kalz muioc'h a vuander, o studiań bemdez ar Skriturioł evit gwelout daoust hag e oa gwir ar pezh a lavared dezho.

12  Kalz anezho eta a gredas, kenkoulz hag un niver bras a-walc'h a wragez C'hresian a renk uhel hag a wazed.

13  Met pa ouezas Yuzevien Tesalonike penaos ger Doue a oa prezeget e Beroia gant Paol, e teujont hag e savjont ar bobl.

14  Kerkent ar vreudeur a gasas kuit Paol, evit ober van da vont war-zu ar mor. Silaz ha Timote a chomas eno.

15  Ar re a yae gant Paol a gasas anezhań betek Aten. Goude bezań bet an urzh da lavarout da Silaz ha Timote dont buan d'e gavout, ez ejont kuit.

Paol en Aten

16  E-pad ma oa Paol ouzh o gortoz en Aten, e oa kounnaret e spered ennań e-unan o welout ar gźr-se leuniet holl gant idoloł.

17  Komz a reas eta er sinagogenn gant ar Yuzevien ha gant ar re a zouje Doue, ha bemdez war al leurgźr gant ar re en em gave eno.

18  Un nebeud filozoferien epikuriat ha stoikat a gomzas gantań. Darn a lavaras: Petra a fell d'an teodeg-se lavarout? Ha darn all: Seblantout a ra kemenn doueoł estrańjour. Rak prezeg a rae dezho Jezuz hag an adsavidigezh a varv.

19  O vezań e gemeret, e kasjont anezhań d'an Areopaj, o lavarout: Hag e c'hellfemp gouzout petra eo ar gelennadurezh nevez-se a brezegez?

20  Rak da glevout a reomp o lavarout traoł iskis. Ni a fell deomp eta gouzout petra eo kement-se.

21  An holl Ateniz hag an estrańjourien a chome en eno ne dremenent o amzer nemet o lavarout pe o selaou un nevezinti bennak.

22  Paol, oc'h en em zerc'hel e-kreiz an Areopaj, a lavaras: Tud Atenat, gwelout a ran penaos en holl draoł oc'h relijius dreist pep tra.

23  Rak, o tremen hag o sellout ouzh an traoł a azeulit, em eus kavet zoken un aoter ma'z eo skrivet warni: D'un doue dizanav. An hini a azeulit hep e anavezout, hennezh eo an hini a gemennan deoc'h.

24  An Doue hag en deus graet ar bed hag an holl draoł a zo ennań, o vezań Aotrou an neńv hag an douar, ne chom ket en temploł savet gant dorn an dud.

25  N'eo ket servijet gant daouarn an dud evel m'en defe ezhomm eus un dra bennak, eń an hini a ro d'an holl ar vuhez, an anal hag an holl draoł.

26  Graet en deus eus ur gwad hepken holl ouenn an dud, evit chom war holl c'horre an douar, o vezań didermenet an amzervezhioł hag harzoł o chomlec'hioł,

27  evit ma klaskint an Aotrou, da welout hag int a c'hellfe e gavout en ur e glask a-dastorn, petra bennak ma n'emań ket pell diouzh hini ac'hanomp.

28  Rak ennań eo hon eus ar vuhez, ar fińv hag ar boud, evel m'o deus lavaret ivez hiniennoł eus ho parzhed: Rak anezhań omp ivez al lignez.

29  O vezań eta eus lignez Doue, ne dleomp ket krediń ez eo an doueelezh heńvel ouzh aour pe ouzh arc'hant pe ouzh maen, kizellet gant arz hag ijin an den.

30  Doue, o vezań eta lezet an amzer a ziouiziegezh-se da dremen, a c'hourc'hemenn bremań d'an holl dud en holl lec'hioł kaout keuz,

31  abalamour m'en deus divizet un devezh ma tle barn ennań ar bed gant reizhder, dre an den en deus diazezet. Roet en deus d'an holl ur brouenn sklaer a gement-se, en ur sevel anezhań a-douez ar re varv.

32  Pa glevjont komz diwar adsavidigezh a-douez ar re varv, darn a reas goap hag ar re all a lavaras: Da glevout a raimp ur wech all war gement-se.

33  Evel-se Paol a yeas kuit eus o zouez.

34  Koulskoude hiniennoł en em unanas dezhań hag a gredas, en o zouez, Denez an Areopajiad, ur wreg anvet Damariz ha reoł all ganto.

 

Pennad 18

Paol e Korint

1  Goude-se, Paol a yeas kuit eus Aten hag a zeuas da Gorint.

2  Eno e kavas ur Yuzev anvet Akilaz, genidik eus ar Pont, nevez deuet eus Italia gant Prisilha e wreg, rak Glaoda en doa gourc'hemennet d'an holl Yuzevien mont kuit eus Rom. Mont a reas d'o c'havout

3  hag, evel ma oa eus an hevelep micher, e chomas en o zi hag e labouras ganto: o micher a oa ober teltennoł.

4  Komz a reas er sinagogenn pep devezh sabad hag e lakaas Yuzevien ha Gresianed da grediń.

5  Pa voe deuet Silaz ha Timote eus Makedonia, Paol, bountet gant ar Spered, a roas testeni gant hardizhegezh d'ar Yuzevien ez eo Jezuz ar C'hrist.

6  Met evel ma'c'h enebjont outań ha ma vallozhjont, ec'h hejas e zilhad hag e lavaras dezho: Ra gouezho ho kwad war ho penn! Naet on anezhań. Diwar vremań ez in etrezek ar baganed.

7  O vezań aet ac'hane, ez eas e ti un den anvet Justuz, un den a zouje Doue hag a oa e di stag ouzh ar sinagogenn.

8  Krispuz, penn ar sinagogenn, a gredas en Aotrou gant e holl diegezh. Ha kalz a Gorintiz, o vezań selaouet, a gredas hag a voe badezet.

9  An Aotrou a lavaras da Baol en ur weledigezh e-pad an noz: Na'z pez ket aon, met komz ha na dav ket,

10  rak me a zo ganit ha den ne lakaio e zorn warnout d'ober droug dit, rak ur bobl vras am eus er gźr-mań.

11  Chom a reas eno ur bloaz ha c'hwec'h miz, o kelenn ger Doue en o zouez.

Paol dirak Gallion

12  E-pad ma oa Gallion prokońsul en Akaia, ar Yuzevien en em savas a-unvan a-enep Paol hag en degasas dirak al lezvarn,

13  o lavarout: Hemań a ali an dud da servijań Doue en un doare a zo a-enep al lezenn.

14  Evel ma'z ae Paol da zigeriń e c'henoł, Gallion a lavaras d'ar Yuzevien: Ma vije meneg eus un dislealded pe eus ur gwallober bennak, o Yuzevien, me a selaoufe ac'hanoc'h evel ma'z eo dereat,

15  met mar d-eo un enebiezh diwar-benn gerioł, anvioł hag ho lezenn, e welot kement-se hoc'h-unan, rak ne fell ket din bezań barner eus an traoł-se.

16  Hag e kasas anezho kuit eus al lezvarn.

17  Neuze an holl C'hresianed a gemeras Sosten penn ar sinagogenn hag a gannas anezhań dirak al lezvarn, ha Gallion ne reas van ebet a gement-se.

Distro Paol da Antioch

18  Paol, goude bezań c'hoazh chomet e Korint pell a-walc'h, a gimiadas diouzh ar vreudeur hag a yeas dre vor war-zu Siria gant Prisilha hag Akilaz. E Kenkre e lakaas e vlev da vezań troc'het rak graet en doa ur gouestl.

19  Erruout a reas en Efez hag e lezas eno e genveajourien. O vezań aet er sinagogenn, e komzas gant ar Yuzevien.

20  Int a bedas anezhań da chom ganto pelloc'h, met n'asantas ket

21  hag e kimiadas diouto, en ur lavarout: Ret eo din a dra-sur lidań ar gouel a zeu e Jeruzalem. Distreiń a rin d'ho kwelout, mar plij gant Doue. Hag ez eas kuit dre vor eus Efez.

22  O vezań douaret e Kezarea, e pignas da saludiń an Iliz hag e tiskennas da Antioch.

Trede beaj mision Paol

23  O vezań tremenet ur pennad amzer eno, ez eas kuit hag e treuzas rannvroioł Galatia ha Frigia, en ur greńvaat an holl ziskibien.

Apolloz en Efez hag e Korint

24  Neuze ur Yuzev anvet Apolloz, un den helavar genidik eus Aleksandria, a erruas en Efez. Barrek e oa war ar Skriturioł.

25  Desket e oa bet en hent an Aotrou. Birvidik a spered, e komze hag e kelenne gant evezh diwar-benn an traoł a sell ouzh an Aotrou, petra bennak ma n'anaveze nemet badeziant Yann.

26  En em lakaat a reas da gomz gant hardizhegezh er sinagogenn. Akilaz ha Prisilha o vezań e glevet, a gemeras anezhań ganto hag a zisplegas dezhań gant muioc'h a evezh hent Doue.

27  Evel ma felle dezhań mont da Akaia, ar vreudeur a alias anezhań da vont hag a skrivas d'an diskibien e zegemer mat. Pa voe en em gavet, e sikouras kalz ar re o doa kredet dre c'hras,

28  rak kendrec'hiń a rae gant nerzh ar Yuzevien dirak an holl, o prouiń dre ar Skriturioł ez eo Jezuz ar C'hrist.

 

Pennad 19

Paol en Efez

1  E-pad ma oa Apolloz e Korint, Paol, goude bezań tremenet dre ar broioł uhel, a zeuas da Efez. Eno e kavas un nebeud diskibien,

2  hag e lavaras dezho: Ha resevet hoc'h eus ar Spered-Santel pa hoc'h eus kredet? Respont a rejont dezhań: N'hon eus ket klevet zoken e oa ur Spered-Santel.

3  Lavarout a reas dezho: Peseurt badeziant hoc'h eus eta resevet? Hag e respontjont: Badeziant Yann.

4  Paol a lavaras: Yann, evit gwir, en deus badezet eus ar vadeziant a geuzidigezh, o lavarout d'ar bobl krediń en hini a zeue war e lerc'h, da lavarout eo er C'hrist Jezuz.

5  O vezań klevet kement-se, e voent badezet en anv an Aotrou Jezuz.

6  P'en doe Paol lakaet e zaouarn warno, ar Spered-Santel a zeuas warno, hag e komzjont e yezhoł hag e profedjont.

7  Bez' e oa anezho en holl war-dro daouzek den.

8  Mont a reas er sinagogenn hag e komzas gant hardizhegezh e-pad tri mizvezh, o prezeg hag o lakaat da grediń war ar pezh a sell ouzh rouantelezh Doue.

9  Met, evel ma en em galetaas darn ha ma voent diskredik, o troukkomz eus hent an Aotrou dirak ar bobl, en em dennas kuit hag e tispartias an diskibien diganto, o kelenn bemdez e skol un den anvet Tirannuz.

10  Kement-se a badas daou vloavezh, en hevelep doare ma klevas ger an Aotrou Jezuz ar re holl a chome en Azia, kenkoulz ar Yuzevien evel ar C'hresianed.

11  Doue a rae mirakloł bras-meurbet dre zaouarn Paol,

12  en hevelep doare ma lakaed war ar re glańv mouchoueroł pe lienennoł o doa stoket ouzh e gorf, hag e oant yac'haet eus o c'hleńvedoł hag an drouk-speredoł a yae er-maez.

13  Hiniennoł eus ar stolierien Yuzev a rede ar vro en em lakaas da c'hervel anv an Aotrou Jezuz war ar re a oa dalc'het gant an drouk-speredoł, o lavarout: Ni ho kourfed dre Jezuz a brezeg Paol.

14  Ar re a rae kement-se a oa seizh mab Skeva, ur Yuzev hag unan eus ar veleien vras.

15  An drouk-spered a respontas: Anavezout a ran Jezuz ha gouzout a ran piv eo Paol, met c'hwi, piv oc'h?

16  An den dalc'het gant an drouk-spered en em daolas warno hag, o vezań o mestroniet, a wallgasas anezho kement ma tec'hjont diouzh an ti en noazh ha gouliet.

17  Kement-se a voe anavezet gant an holl Yuzevien hag an holl C'hresianed a chome en Efez. Spontet e voent holl hag anv an Aotrou Jezuz a voe meulet.

18  Kalz eus ar re o doa kredet a zeue da anzav ha da zisklźriań ar pezh o doa graet.

19  Un niver bras eus ar re o doa embreget hud a zegasas o levrioł hag o devas dirak an holl. Pa voe kontet ar priz a gement-se, e voe kavet e save da hanter-kant mil pezh arc'hant.

20  Evel-se ger an Aotrou a greskas hag a greńvaas muioc'h-muiań.

21  Goude ma voe c'hoarvezet an traoł-se, Paol a lakaas en e spered da dreuziń Makedonia hag Akaia ha da vont da Jeruzalem, o lavarout: Goude ma vin bet eno, e vo ret ivez din gwelout Rom.

22  O vezań kaset e Makedonia daou eus ar re a sikoure anezhań, Timote hag Erast, e chomas c'hoazh un nebeud amzer en Azia.

Dispac'h an orfebourien

23  C'hoarvezout a reas en amzer-se un drubuilh vras diwar-benn hent an Aotrou.

24  Rak un den anvet Demetriuz, un orfebour, a rae temploł bihan eus Artemiz en arc'hant hag a roe kalz da c'hounit d'an artizaned.

25  Bodań a reas anezho gant ar re all a rae ar seurt labourioł-se hag e lavaras: O tud, anavezout a rit penaos e teu hon holl c'hounid eus al labour-se,

26  hag e welit hag e klevit penaos, n'eo ket en Efez hepken met kazi en Azia a-bezh, en deus ar Paol-se gounezet ha distroet kalz a dud, o lavarout n'int ket doueoł ar re a zo graet gant daouarn an dud.

27  N'eus ket hepken da gaout aon na vefe hor micher gwallvrudet, met ivez na gouezhfe templ an doueez vras Artemiz e dismegańs, ha na zeufe ivez da netra he braster a zo azeulet en Azia a-bezh hag er bed holl.

28  O vezań klevet kement-se, e voent leuniet a fulor hag e krijont: Bras eo Artemiz an Efeziz!

29  Kźr holl a voe leuniet a veskadeg, hag e redjont holl a-unvan d'an teatr, o stlejań ganto Gaiuz hag Aristark, tud eus Makedonia ha kenveajourien Paol.

30  Paol a fellas dezhań en em ziskouez d'ar bobl, met an diskibien n'en lezjont ket d'ober.

31  Hiniennoł zoken e-touez an Aziarked, hag a oa e vignoned, a gasas d'e bediń na yaje ket d'an teatr.

32  Lod eta a grie en un doare, lod all en un doare all, rak ar vodadeg a oa gwall gemmesket hag an darn vuiań anezho ne ouient ket evit petra e oant en em zastumet.

33  Tennet e voe er-maez eus an engroez Aleksandr, a veze lakaet a-raok gant ar Yuzevien. Aleksandr, oc'h ober sin gant e zorn, a fellas dezhań en em zifenn dirak ar bobl.

34  Met adalek ma'c'h anavezjont e oa Yuzev, e krijont holl a-unvouezh e-pad div eurvezh pe dost: Bras eo Artemiz an Efeziz!

35  Sekretour kźr, o vezań peoc'haet ar bobl, a lavaras: Tud a Efez, piv eo an den ha ne oar ket penaos kźr an Efeziz eo mirerez eus an doueez vras Artemiz hag eus ar pezh a zo kouezhet eus an neńv?

36  Kement-se o vezań anat, e tleit en em sioulaat ha chom hep ober netra gant hastidigezh.

37  Rak an dud-se hoc'h eus degaset, n'int na tud disakr na touerien a-enep ho toueez.

38  Mar en deus Demetriuz hag an artizaned a zo gantań ur c'hlemm bennak d'ober a-enep unan bennak, ez eus deizioł a vreujoł ha prokońsuled. Ra c'halvo an eil egile d'al lez-varn.

39  Met mar hoc'h eus un dra bennak all da c'houlenn, e c'hello bezań graet en un emvod hervez al lezenn.

40  Rak en dańjer emaomp da vezań tamallet a zispac'h evit ar pezh a zo c'hoarvezet hiziv, dre n'hon eus abeg ebet evit reiń digarez d'an dastumadeg-mań.

41  O vezań lavaret kement-se, e kasas kuit ar vodadeg.

 

Pennad 20

Paol e Makedonia hag e Gres

1  Goude ma oa an drubuilh sioulaet, Paol a gasas da gerc'hat an diskibien hag, o vezań kimiadet diouto, ez eas kuit evit mont da Vakedonia.

2  Treuziń a reas ar c'horn-bro-se o kalonekaat anezho dre galz a brezegennoł, hag e teuas da C'hres

3  e-lec'h ma chomas tri mizvezh. Ar Yuzevien o vezań stegnet pechoł dezhań pa dlee lestrań war-zu Siria, e reas e sońj da zistreiń dre Vakedonia.

4  Ambrouget e voe betek Azia gant Sopater eus Beroia, Aristark ha Sekunduz eus Tesalonike, Gaiuz eus Derb, Timote, ha Tichik ha Trofim eus Azia.

5  Ar re-mań o vezań aet a-raok, a c'hortozas ac'hanomp e Troaz.

6  Goude deizioł ar bara hep goell, e lestrjomp e Filipi hag, a-benn pemp devezh, o c'havjont e Troaz, e-lec'h ma chomjomp seizh devezh.

Paol e Troaz: Eutikuz adsavet a-varv

7  Ar c'hentań deiz eus ar sizhun, an diskibien a oa en em zastumet evit terriń ar bara. Paol a gomze ganto, o tleout mont kuit an deiz war-lerc'h, hag e kendalc'has gant e brezegenn betek hanternoz.

8  Bez' e oa kalz a lampoł er gambr uhel e-lec'h ma oant en em zastumet.

9  Un den yaouank anvet Eutikuz, azezet war ar prenestr, a oa bec'hiet gant ar c'housked e-pad prezegenn hir Paol. Eń a voredas hag a gouezhas eus an trede solieradur d'an traoń, hag e voe savet marv.

10  Met Paol a ziskennas, a stouas a-us dezhań hag, o kemer anezhań etre e zivrec'h, e lavaras: Na vezit ket nec'het, rak e ene a zo ennań.

11  Goude bezań pignet en-dro ha bezań torret ar bara ha debret, e komzas c'hoazh pell betek gouloł-deiz. Ha goude-se ez eas kuit.

12  Degas a rejont an den yaouank bev hag e voent gwall frealzet.

Beaj eus Troaz da Vilet

13  O vezań aet a-raok war al lestr, ez ejomp dre vor etrezek Asoz, e-lec'h ma tleemp adkemer Paol. Evel-se en doa gourc'hemennet dre ma felle dezhań ober an hent war droad.

14  Pa en em gavas ganeomp en Asoz, e kemerjomp anezhań war al lestr hag ez ejomp da v-Mitilen.

15  Ac'hane, o vont dre vor, e teujomp an deiz war-lerc'h dirak Kioz. Antronoz e tizhjomp Samoz ha, goude bezań chomet e Trojil, e teujomp an deiz goude da Vilet.

16  Paol en doa lakaet en e benn tremen eeun en tu all da Efez, evit na gollfe ket a amzer en Azia, rak hastań a rae buan evit en em gavout e Jeruzalem, mar boa posupl, deiz ar Pantekost.

Paol a gimiad diouzh henaourien Iliz Efez

17  Eus Milet e kasa da Efez da c'hervel henaourien an Iliz.

18  Pa voent deuet d'e gavout, e lavaras dezho: Gouzout a rit penaos em eus atav en em renet ganeoc'h abaoe an deiz kentań ma teuis en Azia,

19  o servijań an Aotrou e pep izelegezh, gant kalz a zaeroł hag e-kreiz an amprouennoł a zo deuet warnon dre bechoł ar Yuzevien.

20  Gouzout a rit penaos ne'm eus kuzhet netra eus an traoł a oa talvoudus deoc'h, ha ne'm eus ket manket d'o disklźriań deoc'h ha d'ho kelenn dirak an holl hag eus an eil ti d'egile,

21  o prezeg d'ar Yuzevien ha d'ar C'hresianed ar geuzidigezh e-keńver Doue hag ar feiz e Jezuz-Krist hon Aotrou.

22  Ha bremań setu, ereet gant ar Spered, ez an da Jeruzalem hep gouzout ar pezh a c'hoarvezo ganin,

23  nemet e kemenn ar Spered-Santel ac'hanon e pep kźr eus an ereoł hag ar glac'haroł a c'hortoz ac'hanon.

24  Met n'en em lakaan e poan eus netra ha va buhez n'eo ket prizius din, gant ma peurechuin gant levenez va redadenn hag ar ministrerezh am eus resevet digant an Aotrou Jezuz evit prezeg an Aviel eus gras Doue.

25  Ha bremań setu, me a oar na welot ken va dremm, c'hwi holl on tremenet en ho touez o prezeg rouantelezh Doue.

26  Setu perak ho kemeran hiziv da destoł ez on naet eus gwad pep hini ac'hanoc'h,

27  rak disklźriet em eus deoc'h holl guzul Doue, hep kuzhat netra.

28  Lakait eta evezh ouzhoc'h hoc'h-unan hag ouzh an holl dropell en deus ar Spered-Santel ho lakaet eskibien warnań, da beuriń Iliz Doue en deus prenet gant e wad e-unan.

29  Gouzout a ran penaos, goude ma vin aet kuit, ez aio en ho touez bleizi kriz ha n'espernint ket an tropell,

30  ha penaos e savo en ho touez tud a brezego deoc'h kelennadurezhioł fall evit sachań diskibien war o lerc'h.

31  Beilhit eta, o kaout sońj penaos e-pad tri bloaz ne'm eus ket paouezet noz-deiz da gelenn pep hini ac'hanoc'h, gant daeroł.

32  Bremań, breudeur, ho fiziout a ran e Doue hag e ger e c'hras, eń hag a c'hell sevel ha reiń deoc'h an hźrezh gant ar re holl a zo santelaet.

33  Ne'm eus c'hoantaet nag arc'hant, nag aour, na dilhad eus den.

34  C'hwi a anavez hoc'h-unan penaos an daouarn-mań o deus pourvezet da'm ezhommoł ha da re an dud a oa ganin.

35  Diskouezet em eus deoc'h en holl draoł penaos en ur labourat evel-se ez eo ret sikour ar re wan ha kaout sońj eus gerioł an Aotrou Jezuz, en deus lavaret e-unan: Muioc'h a eürusted a zo o reiń eget o resev.

36  P'en doe lavaret kement-se, e taoulinas hag e pedas ganto holl.

37  An holl a ouelas druz hag, oc'h en em deurel ouzh gouzoug Paol, e pokjont dezhań,

38  glac'haret dreist-holl eus ma en doa lavaret na weljent ken e zremm. Hag ec'h ambrougjont anezhań betek al lestr.

 

Pennad 21

Paol e Tir

1  Goude bezań dispartiet diouto, e pignjomp war al lestr, e teujomp eeun da g-Koz, an deiz war-lerc'h da Rod, hag ac'hane da b-Patara.

2  O vezań kavet ur vatimant a yae da Fenikia, e pignjont warni hag ez ejomp kuit.

3  O vezań gwelet a-ziabell Kiprenez hag o bezań lezet anezhi war an tu kleiz, ez ejomp etrezek Siria hag en em gavjont e Tir, abalamour ma leze ar vatimant he c'harg eno.

4  O vezań kavet an diskibien, e chomjomp seizh devezh eno. Lavarout a rejont da Baol dre ar Spered chom hep pignat da Jeruzalem.

5  Met an devezhioł-se o vezań tremenet ez ejomp kuit hag ec'h ambrougjont ac'hanomp holl gant o gwragez hag o bugale betek er-maez eus kźr. O vezań daoulinet war an aod, hon eus pedet.

6  Goude bezań kimiadet an eil diouzh egile, e pignjomp er vatimant hag int a zistroas d'o ziez.

Paol e Ptolemaiz hag e Kezarea

7  Oc'h echuiń hor beaj dre vor, eus Tir e teujomp da b-Ptolemaiz. Goude bezań saludet ar vreudeur, e chomjomp un devezh ganto.

8  An deiz war-lerc'h, Paol ha ni a oa gantań a yeas kuit hag e teujomp da Gezarea. Mont a rejomp e ti Filip an avielour, unan eus ar seizh, hag e chomjomp eno.

9  Hemań en doa peder merc'h gwerc'hezed a brofede.

10  Evel ma chomjomp eno meur a zevezh, ur profed anvet Agabuz a zeuas eus Judea.

11  Dont a reas d'hor c'havout, kemer a reas gouriz Paol hag, oc'h eren e zaouarn hag e zreid, e lavaras: Ar Spered-Santel a lavar kement-mań: Ar Yuzevien a ereo en hevelep doare e Jeruzalem an den a zo ar c'houriz-mań dezhań, ha droukreiń a raint anezhań etre daouarn ar baganed.

12  P'hon doe klevet kement-se, ni ha tud al lec'h-se a bedas anezhań na bignje ket da Jeruzalem.

13  Met Paol a respontas: Petra a rit o ouelań hag o c'hlac'hariń va c'halon? Rak me a zo prest nann hepken da vezań ereet, met ivez da vervel e Jeruzalem evit anv an Aotrou Jezuz.

14  O vezań ne c'hellemp ket e gendrec'hiń, e paouezjomp hag e lavarjomp: Ra vo graet bolontez an Aotrou!

15  Goude an deizioł-se, o vezań graet hor pakadoł, e pignjomp da Jeruzalem.

16  Diskibien eus Kezarea a zeuas ivez ganeomp, o tegas un den anvet Mnason eus Kiprenez, un diskibl a-bell zo, ma tleemp lojań en e di.

Paol e Jeruzalem; gweladenn da Jakez

17  Pa voemp erru e Jeruzalem, ar vreudeur hon degemeras gant levenez.

18  An deiz war-lerc'h, Paol a yeas ganeomp da di Jakez; an holl henaourien a zastumas eno.

19  Goude bezań o saludet, e kontas dezho dre ar munud kement en doa graet Doue e-touez ar baganed dre e vinistrerezh.

20  Pa glevjont anezhań, e rojont gloar d'an Aotrou, hag e lavarjont dezhań: Breur, gwelout a rez pet miliad a zo e-touez ar Yuzevien hag o deus kredet, hag int holl gredus evit al lezenn.

21  Klevet o deus penaos e kelennez d'an holl Yuzevien a zo e-touez ar baganed kuitaat Moizez, o lavarout dezho na dleont ket amdroc'hań o bugale na derc'hel ar gizioł.

22  Petra eta a zo d'ober? A-dra-sur ar bobl en em zastumo, rak klevet a raint ez out deuet.

23  Gra eta ar pezh emaomp o vont da lavarout dit: Amań hon eus pevar den o deus graet ur gouestl.

24  Kemer anezho ganit, en em c'hlana ganto ha pae o dispign evit ma lakaint da douzań o fenn. Hag an holl a ouezo penaos n'eo ket gwir ar pezh o deus klevet lavarout ac'hanout, met e kendalc'hez da virout al lezenn.

25  Evit ar pezh a sell ouzh ar baganed o deus kredet, hon eus kavet mat hag hon eus skrivet dezho na dleent mirout netra eus ar seurt-se, met en em virout hepken diouzh ar pezh a zo aberzhet d'an idoloł, diouzh ar gwad, diouzh ar pezh a zo mouget ha diouzh ar c'hadaliezh.

26  Neuze Paol, o vezań kemeret an dud-se an deiz war-lerc'h, en em c'hlanaas ganto, a yeas en templ en ur reiń da anavezout an deizioł ma vije peurc'hraet ar c'hlanidigezh ha pegoulz e vije kinniget ar prof evit pep hini anezho.

Paol harzet e-barzh an templ

27  Evel ma'z ae ar seizh devezh da vezań leuniet, ar Yuzevien eus Azia a welas anezhań en templ, a lakaas ar bobl d'en em sevel hag a grogas ennań,

28  o krial: Tud a Israel, sikourit ac'hanomp! Setu an den a brezeg e pep lec'h ha dirak an holl a-enep ar bobl, a-enep al lezenn hag a-enep al lec'h-mań. Degaset en deus gantań zoken Gresianed e-barzh an templ ha disakret en deus al lec'h santel-mań.

29  Rak gwelet o doa diagent Trofim eus Efez e kźr gantań, hag e kredent en doa Paol e zegaset e-barzh an templ.

30  Ar gźr holl en em savas hag a bobl en em zastumas. O vezań kroget e Paol, e stlejont anezhań er-maez eus an templ ha kerkent e voe serret an dorojoł.

31  Evel ma klaskent e lazhań, ar vrud a zeuas betek kabiten ar gohortenn penaos e oa holl gźr Jeruzalem dispac'het.

32  Kerkent e kemeras soudarded ha kantenerien gantań, hag e redas d'o c'havout. O welout ar c'habiten hag ar soudarded, e paouezjont da bilat Paol.

33  Neuze ar c'habiten a dostaas, a grogas ennań hag a c'hourc'hemennas e eren gant div chadenn. Goulenn a reas piv e oa ha petra en doa graet.

34  Met e-touez ar bobl darn a grie en un doare, darn en un doare all. Dre na c'hellas ket anavezout ar wirionez gant an trouz, e c'hourc'hemennas e gas d'ar c'hreńvlec'h.

35  Pa voe erru war ar skalieroł, e voe ret d'ar soudarded e zougen abalamour da fulor ar bobl,

36  rak ur mor a dud a heulie anezhań, o krial: Lazh anezhań!

37  Pa voe Paol o vont da antren er c'hreńvlec'h, e lavaras d'ar c'habiten: Hag aotreet eo din lavarout un dra bennak? Eń a respontas: Gouzout a rez ar gresianeg?

38  N'out ket an Ejipsian-se en deus bountet an dud d'an dispac'h en deizioł diwezhań-mań hag en deus kaset gantań d'al lec'h distro pevar mil laer?

39  Paol a lavaras: Me a zo Yuzev, eus Tars, keodedour ar gźr vrudet-se eus Kilisia. Da bediń a ran da'm lezel da gomz d'ar bobl.

40  P'en doe e aotreet d'ober, Paol en em zalc'has war ar skalieroł hag a reas sin gant e zorn d'ar bobl. Ur sioulded vras o vezań en em c'hraet, e lavaras e yezh hebraek:

 

Pennad 22

Prezegenn Baol e Jeruzalem

1  Tud breudeur ha tadoł, selaouit bremań ar pezh am eus da lavarout deoc'h evit va difenn.

2  Pa glevjont e komze outo e yezh hebraek, e chomjont c'hoazh siouloc'h. Lavarout a reas:

3  Me a zo Yuzev, ganet e Tars e Kilisia, met savet on bet er gźr-mań ouzh treid Gamaliel ha desket gant rusted e lezenn hon tadoł, o vezań gredus evit Doue evel m'emaoc'h-c'hwi holl hiziv.

4  Heskinet em eus betek ar marv an hent-se, oc'h eren hag o lakaat er prizonioł ar wazed kenkoulz hag ar merc'hed,

5  evel ma'z eo test din ar beleg-meur hag holl guzul an henaourien. O vezań bet zoken lizheroł diganto evit ar vreudeur, aet on da Zamask, da zegas ereet da Jeruzalem ar re a oa eno evit ma vijent kastizet.

6  Evel ma oan en hent ha ma tostaen ouzh Damask, war-dro kreisteiz, e c'hoarvezas a-daol-drumm ur sklźrijenn vras eus an neńv, hag e lugernas en-dro din.

7  O vezań kouezhet d'an douar, e klevis ur vouezh a lavare din: Saol, Saol, perak e heskinez ac'hanon?

8  Me a respontas: Piv out-te, Aotrou? Hag e lavaras din: Me eo Jezuz a Nazared, a heskinez.

9  Ar re a oa ganin a welas mat ar sklźrijenn hag a voent spouronet, met ne glevjont ket mouezh an hini a gomze ouzhin.

10  Lavaret em eus: Aotrou, petra a rin? An Aotrou a respontas din: Sav, kae da Zamask, hag eno e vo lavaret dit kement holl a dlei d'ober.

11  Evel ma ne welen ket abalamour d'al lugern eus ar sklźrijenn-se, ar re a oa ganin am blenias dre an dorn hag ez on deuet da Zamask.

12  Un den anvet Ananiaz, un den a zoujańs Doue hervez al lezenn, a voe roet dezhań un testeni mat gant an holl Yuzevien a chome eno,

13  a zeuas da'm c'havout hag, o vezań tostaet, e lavaras din: Saol, breur, kav ar gweled en-dro. Ha kerkent e welis anezhań.

14  Lavarout a reas: Doue hon tadoł en deus da zibabet da anavezout e volontez, da welout an Hini reizh ha da glevout komzoł eus e c'henoł,

15  rak te a vo test dezhań dirak an holl dud eus an traoł ac'h eus gwelet ha klevet.

16  Ha bremań, perak e taleez? Sav, bez badezet ha bez gwalc'het eus da bec'hedoł en ur c'hervel anv an Aotrou.

17  Hag e c'hoarvezas penaos, o vezań deuet en-dro da Jeruzalem hag o pediń en templ, e voen estlammet en ur goursav

18  hag e welis anezhań o lavarout din: Hast buan ha kae buan er-maez eus Jeruzalem, rak ne zegemerint ket da desteni diwar va fenn.

19  Lavarout a ris: Aotrou, anavezout a reont o-unan penaos em eus lakaet er prizon ha skourjezet er sinagogennoł ar re a grede ennout,

20  ha penaos, pa voe skuilhet gwad Stefan da dest, e oan va-unan eno, oc'h asantiń d'e varv hag o tiwall dilhad ar re a lazhe anezhań.

21  Hag e lavaras din: Kae, rak da gas a rin pell bras etrezek ar broadoł.

Paol keodedour roman

22  Selaou a rejont anezhań betek ar gomz-se, hag e savjont o mouezh, o lavarout: Lam ar seurt den-se a-ziwar an douar, rak ne zlefe ket bevań.

23  Evel ma krient, ma hejent o dilhad ha ma taolent poultr en aer,

24  ar c'habiten a c'hourc'hemennas e lakaat er c'hreńvlec'h ha reiń dezhań ar goulenn dre ar skourjez, evit gouzout abalamour da betra e krient evel-se en e enep.

25  P'o doe e ereet gant korreoł, Paol a lavaras d'ar c'hantener a oa eno: Hag aotreet eo deoc'h skourjezań ur c'heodedour Roman, hep ma vefe bet kondaonet?

26  Ar c'hantener, o vezań klevet kement-se, a yeas da gemenn ar c'habiten, o lavarout: Laka evezh d'ar pezh a ri rak an den-se a zo Roman.

27  Ar c'habiten a zeuas da lavarout dezhań: Lavar din, ha te a zo Roman? Respont a reas: Ya.

28  Ar c'habiten a respontas: Me am eus prenet gant kalz arc'hant ar geodedouriezh-se. Ha Paol a lavaras: Me am eus anezhi dre va ganedigezh.

29  Neuze, ar re a dlee reiń dezhań ar goulenn a bellaas kerkent dioutań, hag ar c'habiten ivez en doe aon o welout e oa Roman hag en doa e lakaet da vezań ereet.

Paol dirak ar Sanedrin

30  An deiz war-lerc'h, o c'hoantaat anavezout e gwirionez petra a oa tamallet dezhań gant ar Yuzevien, e lakaas dieren anezhań hag e c'hourc'hemennas d'ar veleien vras ha d'ar sanedrin a-bezh en em zastum. Hag, o tegas Paol d'an traoń, e lakaas anezhań en o c'hreiz.

 

Pennad 23

1  Paol, o sellout start ouzh ar sanedrin, a lavaras: Tud breudeur, bevet em eus betek vremań dirak Doue e pep koustiańs vat.

2  Ar beleg-meur Ananiaz a c'hourc'hemennas d'ar re a oa tost dezhań skeiń anezhań war e c'henoł.

3  Neuze Paol a lavaras dezhań: Doue a skoio ac'hanout moger wennaet! Azezet out evit va barn hervez al lezenn, hag e terrez al lezenn o c'hourc'hemenn va skeiń.

4  Ar re a oa tost dezhań a lavaras: Dismegańsiń a rez beleg-meur Doue?

5  Paol a respontas: Breudeur, ne ouien ket e oa ar beleg-meur, rak skrivet eo: Ne zroukkomzi ket eus penn da bobl.

6  Met, o c'houzout penaos ul lodenn a oa sadukeidi hag ul lodenn all farizianed, Paol a grias er sanedrin: Tud breudeur, me a zo farizian, mab da ur farizian, hag abalamour d'an esperańs ha d'an adsavidigezh a-douez ar re varv eo e varner ac'hanon.

7  P'en doe lavaret kement-se, e savas un dizunaniezh etre ar farizianed hag ar sadukeidi, hag ar vodadenn en em rannas.

8  Rak ar sadukeidi a lavar n'eus nag adsavidigezh a varv, nag ael, na spered, met ar farizianed a anzav an eil hag egile.

9  Bez' e voe un drouz vras war-se. Skribed kostez ar farizianed o sevel a dabutas hag a lavaras: Ne gavomp droug ebet en den-se. Mar en deus ur spered pe un ael komzet outań, na stourmomp ket ouzh Doue.

10  Evel ma savas un tabut bras etrezo, ar c'habiten, o kaout aon na vefe diskolpet Paol ganto, a c'hourc'hemennas d'ar soudarded diskenn evit e lemel kuit eus o c'hreiz hag e gas d'ar c'hreńvlec'h.

11  En noz war-lerc'h, an Aotrou a zeuas d'e gavout hag a lavaras: Paol, az pez kalon vat, rak, evel ma ec'h eus roet testeni e Jeruzalem diwar va fenn, e vo ret dit ivez reiń testeni e Rom.

Irienn a-enep Paol

12  Pa voe deuet an deiz, hiniennoł eus ar Yuzevien a reas un irienn hag en em ereas dre leoł, o lavarout na zebrjent ha na evjent ket ken n'o dije lazhet Paol.

13  Ar re o doa touet kement-se a oa anezho ouzhpenn daou-ugent.

14  Mont a rejont da gavout ar veleien vras hag an henaourien, hag e lavarjont: En em ereet hon eus dre leoł penaos na lonkimp netra ken n'hor bo lazhet Paol.

15  C'hwi eta bremań gant ar sanedrin, lavarit d'ar c'habiten e lakaat da ziskenn warc'hoazh en ho kreiz, evel ma klaskfec'h anavezout gant brasoc'h evezh e dra. Ha ni a zo prest d'e lazhań a-raok ma tostaio.

16  Mab c'hoar Paol, o vezań klevet an irienn, a zeuas hag a yeas er c'hreńvlec'h da reiń da c'houzout da Baol.

17  Paol a c'halvas unan eus ar gantenerien hag a lavaras: Kas an den yaouank-se da gavout ar c'habiten, rak un dra bennak en deus da lavarout dezhań.

18  O vezań e gemeret, e gasas d'ar c'habiten hag e lavaras: Ar prizoniad Paol, o vezań va galvet, en deus goulennet da zegas dit an den yaouank-mań, en deus un dra bennak da lavarout dit.

19  Ar c'habiten, o kregiń e zorn hag o vezań aet gantań a-du, a c'houlennas digantań: Petra ac'h eus da zisklźriań din?

20  Respont a reas: Ar Yuzevien o deus en em glevet da c'houlenn diganit da zegas Paol warc'hoazh dirak ar sanedrin, evel ma fellfe dezho anavezout gant brasoc'h evezh e dra.

21  Na fiz ket enno, rak ouzhpenn daou-ugent anezho a stign pechoł dezhań hag o deus en em ereet dre leoł penaos na zebrjent ha na evjent ket ken n'o dije lazhet Paol. Ha bremań int prest o c'hortoz da asant.

22  Neuze ar c'habiten a c'hasas kuit an den yaouank, o c'hourc'hemenn dezhań: Na lavar da zen en doa disklźriet kement-se din.

Paol kaset da Gezarea

23  Gervel a reas daou eus ar gantenerien hag e lavaras: Dalc'hit prest daou c'hant soudard, dek marc'heger ha tri-ugent ha daou c'hant gwareger, evit mont betek Kezarea d'an deirvet eur eus an noz.

24  Prientit ivez loened evit lakaat Paol warno hag e gas e surentez d'ar gouarnour Feliks.

25  Skrivań a reas ul lizher er c'homzoł-mań:

26  Glaoda Lisiaz, d'ar gouarnour mat-meurbet Feliks: Salud!

27  Ar Yuzevien o deve kroget en den-mań hag a yae d'e lazhań, pa'z on deuet gant soudarded hag em eus e dennet diganto, o vezań gouezet e oa Roman.

28  O c'hoantaat anavezout an abeg eus an tamall a raent dezhań, em eus e lakaet da ziskenn en o sanedrin.

29  Kavet em eus e oa tamallet war gudennoł eus o lezenn, met ne oa karget eus tra ebet a zellezfe ar marv pe ar prizon.

30  Evel ma'z eo bet disklźriet din o deus stegnet ar Yuzevien pechoł dezhań, em eus kerkent e gaset dit. Lavaret em eus d'e damallerien dont da lavarout dirazout ar pezh o deus a-enep dezhań. Kenavo.

31  Ar soudarded a gemeras eta Paol, hervez an urzh o doa resevet, hag e gasas en noz da Antipatriz.

32  An deiz war-lerc'h, o vezań lezet ar varc'hegerien da vont gantań, e tistrojont d'ar c'hreńvlec'h.

33  O vezań erruet e Kezarea, e rojont al lizher d'ar gouarnour hag e lakajont ivez Paol dirazań.

34  Ar gouarnour a lennas al lizher hag a c'houlennas a beseurt rannvro e oa Paol. O vezań gouezet e oa eus Kilisia,

35  e lavaras dezhań: Me a glevo ac'hanout pa vo deuet da damallerien. Hag e c'hourc'hemennas ma vije dalc'het e pretordi Herodez.

 

Pennad 24

Paol tamallet dirak Feliks

1  Pemp devezh goude, ar beleg-meur Ananiaz a ziskennas gant an henaourien hag ur prezeger anvet Tertulluz. Sevel klemm a rejont a-enep Paol dirak ar gouarnour.

2  Hemań o vezań bet galvet, Tertulluz en em lakaas d'e damall, o lavarout:

3  Feliks mat-meurbet, anzav a reomp en holl draoł ha dre holl lec'hioł, gant pep seurt trugarez, penaos hon eus bet ur peoc'h bras, drezout ha dre an oberoł kaer a zo bet graet d'ar vroad-mań dre da breder.

4  Met, evit na zalc'hin ket ac'hanout pelloc'h, e pedan ac'hanout da selaou gant madelezh hor berr gomzoł-mań.

5  Kavet hon eus an den-mań, ur vosenn anezhań, hag a laka an dizunaniezh e-touez ar Yuzevien stlabezet er bed, hag a zo penn eus skol an Nazareidi,

6  hag en deus klasket zoken disakrań an templ. Ni hor boa kroget ennań, hag e felle deomp e varn hervez hol lezenn,

7  met ar c'habiten Lisiaz a zeuas hag e dennas eus hon daouarn gant nerzh,

8  o c'hourc'hemenn d'e damallerien dont da'z kavout. Bez' e c'helli anavezout da-unan digantań, en ur ober goulennoł outań, an holl draoł a damallomp dezhań.

9  Ar Yuzevien ivez en em unanas d'an tamall, o lavarout e oa an traoł evel-se.

10  Goude m'en doe ar gouarnour graet sin dezhań da gomz, Paol a respontas: Oc'h anavezout penaos out barner d'ar vroad-mań abaoe meur a vloavezh, e komzan evit va difenn gant fiziańs.

11  Rak e c'hellez anavezout penaos n'eus ket ouzhpenn daouzek devezh ma'z on pignet da Jeruzalem da azeuliń.

12  N'o deus ket kavet ac'hanon en templ o tabutal gant den, nag er sinagogennoł pe e kźr o tastum ar bobl,

13  ha ne c'hellont ket prouiń an traoł a damallont din bremań.

14  Met ec'h anzavan kement-mań ouzhit, penaos hervez an hent a c'halvont sektenn, e servijan Doue va zadoł, o krediń kement holl a zo skrivet el lezenn hag er brofeded,

15  hag o kaout e Doue an esperańs-se o deus o-unan, penaos e c'hoarvezo un adsavidigezh a-douez ar re varv, ken eus ar re reizh evel eus ar re zireizh.

16  Abalamour da gement-se eo e labouran evit kaout atav ur goustiańs divlam dirak Doue ha dirak an dud.

17  Goude meur a vloavezh, on deuet evit ober da'm broad aluzenoł ha profoł.

18  Pa oan oc'h ober-se Yuzevien bennak eus Azia a gavas ac'hanon glanaet en templ, hep tolpad na trouz ebet.

19  Int oc'h-unan a dlefe bezań deuet dirazout ha va zamall, mar o defe un dra bennak a-enep din.

20  Pe ra zisklźrio ar re-mań eus petra o deus va c'havet kablus pa'z on bet lakaet dirak ar sanedrin,

21  nemet e vefe hepken eus ar gomz-mań am eus lavaret a vouezh uhel en o c'hreiz: Abalamour d'an adsavidigezh a-douez ar re varv eo ez on barnet hiziv ganeoc'h.

Paol a chom prizoniad daou vloavezh e Kezarea

22  Feliks a glevas kement-se hag a gasas anezho kuit abalamour ma ouie mat ar pezh a sell ouzh an hent. Lavarout a reas: Pa vo deuet ar c'habiten Lisiaz, e sellin resisoc'h ouzh hoc'h afer.

23  Hag e c'hourc'hemennas d'ar c'hantener diwall Paol, o lezel gantań ul librentez bennak hep difenn ouzh hini ebet eus e re d'e servijań pe da zont d'e welout.

24  Un nebeud devezhioł goude, Feliks a zeuas gant e wreg Drusilha, ur Yuzevez anezhi, hag a gasas da gerc'hat Paol. Klevout a reas anezhań diwar-benn ar feiz e Krist.

25  Evel ma komze diwar-benn ar reizhder, an emvestroni hag ar varn da zont, Feliks, spouronet, a lavaras: Evit bremań, kae kuit, ha pa gavin al lec'h, e c'halvin ac'hanout en-dro.

26  Esperout a rae ivez e roje Paol arc'hant dezhań, evit ma laoskje anezhań frank. Dre-se e kasas alies d'e gerc'hat da gomz gantań.

27  Daou vloavezh a dremenas evel-se hag e teuas Porkiuz Festuz war-lerc'h Feliks. O c'hoantaat ober plijadur d'ar Yuzevien, Feliks a lezas Paol er prizon.

 

Pennad 25

Paol dirak Festuz

1  Festuz eta o vezań erruet er rannvro, a bignas tri devezh goude eus Kezarea da Jeruzalem.

2  Ar beleg-meur hag ar re gentań a-douez ar Yuzevien a savas klemm dirazań a-enep Paol hag, o pediń anezhań,

3  e c'houlennjont digantań en e enep evel un drugarez ma lakje anezhań da zont da Jeruzalem. Stegnet o doa pechoł dezhań evit e lazhań en hent.

4  Neuze Festuz a respontas e oa Paol diwallet mat e Kezarea hag e tlee e-unan mont hep dale.

5  Hag e lavaras: Ra zeuio eta ganin di ar re vrasań ac'hanoc'h ha ra damallint an den-se, ma ez eus un dra bennak a zroug enań.

6  Ne chomas en o zouez nemet dek devezh hag e tiskennas da Gezarea. An deiz war-lerc'h, ec'h azezas war e gador-varn hag e c'hourc'hemennas degas Paol.

7  Pa voe degaset, ar Yuzevien deuet eus Jeruzalem en em lakaas en-dro dezhań, o tougen a-enep Paol kalz a damalloł pouezus na c'hellent ket prouiń.

8  Paol evit e zifenn a lavaras: Ne'm eus pec'het e netra, nag a-enep lezenn ar Yuzevien, nag a-enep an templ, nag a-enep Kezar.

9  Met, o c'hoantaat ober plijadur d'ar Yuzevien, Festuz a respontas da Baol: Hag e fell dit pignat da Jeruzalem ha bezań barnet eno dirazon war an traoł-se?

10  Paol a lavaras: Dirak lezvarn Kezar emaon, amań eo ret din bezań barnet. Ne'm eus graet droug ebet d'ar Yuzevien, evel ma c'houzout ervat.

11  Mar em eus graet un dra fall pe un torfed bennak dellezek a varv, ne nac'han ket mervel, met ma n'eus netra gwirion en traoł a damallont din, den ne c'hell va lakaat etre o daouarn. Me a c'halv da Gezar.

12  Neuze Festuz, goude bezań komzet gant ar c'huzul, a respontas: Galvet ec'h eus da Gezar, da Gezar e vi kaset.

Festuz a zispleg kudenn Paol da Agrippa

13  Un nebeud devezhioł goude, ar roue Agrippa ha Bereniz a zeuas da Gezarea da saludiń Festuz.

14  Evel ma chomjont meur a zevezh, Festuz a roas da anavezout kudenn Paol d'ar roue, o lavarout: Un den a zo bet lezet prizoniad gant Feliks

15  ha pa oan e Jeruzalem, ar veleien vras hag henaourien ar Yuzevien o deus savet klemm en e enep, o c'houlenn e gondaonidigezh.

16  Respontet em eus dezho n'eo ket giz ar Romaned lakaat un den d'ar marv a-raok m'en defe an hini tamallet bet dirak e damallerien ha m'en defe bet al librentez d'en em zifenn eus ar pezh ma'z eo bet tamallet.

17  Deuet int eta en em zastum amań hag on azezet hep dale, an deiz war-lerc'h, war ar gador-varn o c'hourc'hemenn degas an den-se.

18  An damallerien o vezań deuet, n'o deus douget en e enep hini ebet eus an tamalloł a sońjen,

19  met bet o deus gantań un tabut bennak diwar-benn o relijion o-unan ha diwar-benn ur Jezuz marv, a lavare Paol e oa bev.

20  Evel ma oan en douetańs war gement-se, e c'houlennis digantań ha fellout a rae dezhań mont da Jeruzalem ha bezań barnet eno war an traoł-se.

21  Met Paol o vezań galvet evit ma vefe miret e afer da anaoudegezh an impalaer, em eus gourc'hemennet e zerc'hel betek ma kasin anezhań da Gezar.

22  Agrippa a lavaras da Festuz: Me a garfe ivez klevout an den-se. Warc'hoazh, emezań, e klevi anezhań.

23  An deiz war-lerc'h eta, Agrippa ha Bereniz a zeuas gant kalz pompad hag a yeas e lec'h ar breujoł gant ar gabitened ha pennoł kźr. Paol a voe degaset dre urzh Festuz.

24  Festuz a lavaras: Roue Agrippa, ha c'hwi holl a zo amań ganeomp, gwelout a rit an den-se, eo deuet holl bobl ar Yuzevien, kenkoulz amań evel e Jeruzalem, a-enep dezhań da c'houlenn ouzhin e lakaat d'ar marv.

25  Met ne'm eus kavet ennań netra hag a vefe din a varv, hag eń e-unan o vezań galvet d'an impalaer, em eus divizet da gas anezhań.

26  Ne'm eus netra sklaer da skrivań diwar e benn d'an impalaer, dre-se em eus lakaet anezhań da zont dirazoc'h, ha dreist-holl dirazout-te, roue Agrippa, evit m'em bo un dra bennak da skrivań pa vo bet graet goulennoł outań.

27  Rak ne gavan ket dereat kas ur prizoniad hep lavarout eus petra e tamaller anezhań.

 

Pennad 26

Paol dirak Agrippa

1  Agrippa a lavaras da Baol: Aotreet eo dit komz evidout da-unan. Neuze Paol, o vezań astennet e zorn, a gomzas evel-henn evit e zifenn:

2  Roue Agrippa, en em gavout a ran eürus da c'hallout en em zifenn hiziv dirazout eus an holl draoł o deus tamallet din ar Yuzevien,

3  dreist-holl abalamour ma'c'h anavezez ervat o holl c'hizioł ha tabutoł. Da bediń a ran eta da'm selaou gant pasianted.

4  E-keńver ar vuhez am eus renet, anavezet eo gant an holl Yuzevien adalek va yaouankiz, tremenet eo bet abaoe ar penn-kentań e-kreiz va broad e Jeruzalem.

5  Gouzout a reont adalek ar penn-kentań, mar fell dezho reiń testeni a gement-se, em eus bevet evel ur farizian, hervez ar sektenn strishań eus hor relijion.

6  Bremań on lakaet e barnedigezh evit an esperańs am eus er bromesa en deus graet Doue d'hon tadoł,

7  hag a c'hortoz he sevenidigezh hon daouzek meuriad, oc'h azeuliń dalc'hmat noz-deiz. Diwar-benn an esperańs-se, roue Agrippa, ez on tamallet gant ar Yuzevien.

8  Perak e kav deoc'h digredus ec'h adsavfe Doue ar re varv?

9  Gwir eo penaos evidon-me, em boa kredet e tleen enebiń start ouzh anv Jezuz a Nazared.

10  Kement-se eo ivez ar pezh am eus graet e Jeruzalem. Lakaet em eus er prizon kalz eus ar sent, o vezań bet ar galloud-mań digant ar veleien vras, ha pa lakaed anezho d'ar marv, e roen va mouezh da gement-se.

11  Ouzh o c'hastizań alies en holl sinagogennoł, em eus lakaet anezho da vallozhiń. Leuniet gant ur gounnar vras a-enep dezho, em eus heskinet anezho betek er c'hźrioł estren.

12  Aet on evit-se da Zamask gant ur galloud hag ur c'hemenn eus ar veleien vras,

13  ha, war-dro kreisteiz, o roue, em eus gwelet en hent ur sklźrijenn eus an neńv, lugernusoc'h eget an heol, hag a splanne en-dro din hag en-dro d'ar re a rae hent asambles ganin.

14  O vezań kouezhet holl d'an douar, e klevis ur vouezh a gomze ouzhin hag a lavare e yezh hebraek: Saol, Saol, perak e heskinez ac'hanon? Kalet eo dit herzel a-enep ar broudoł.

15  Hag e lavaris: Piv out, Aotrou? Hag e lavaras: Me eo Jezuz, a heskinez.

16  Met sav hag en em zalc'h war da dreid, rak en em ziskouezet on dit evit da lakaat da servijer ha da dest ken eus an traoł ac'h eus gwelet evel eus ar re en em ziskouezin evito dit.

17  Da zibabet em eus a-douez ar bobl-mań hag ar baganed, hag e kasan ac'hanout bremań etrezek enno,

18  da zigeriń o daoulagad ha d'o lakaat da dremen eus an deńvalijenn d'ar sklźrijenn hag eus galloud Satan da Zoue, evit ma resevint ar pardon eus o fec'hedoł hag un hźrezh e-touez ar re a zo santelaet dre ar feiz ennon.

19  Dre-se, roue Agrippa, ne'm eus ket enebet ouzh ar weledigezh neńvel,

20  met d'ar re a zo e Damask da gentań, hag e Jeruzalem hag en holl Judea ha d'ar baganed, prezeget em eus da gaout keuz ha da zistreiń ouzh Doue, oc'h ober traoł dereat eus ar geuzidigezh.

21  Setu perak ar Yuzevien o deus va c'hemeret en templ hag o deus klasket va lazhań.

22  Met sikouret gant Doue, on chomet betek hiziv, o tougen testeni dirak ar re vihan ha dirak ar re vras, hep lavarout netra all nemet ar pezh en deus ar brofeded ha Moizez diouganet a dleje c'hoarvezout,

23  penaos ar C'hrist a dlee gouzańv poan ha penaos, kentań adsavet a-douez ar re varv, e tlee kemenn ar sklźrijenn d'ar bobl ha d'ar broadoł.

24  Evel ma komze evel-se evit e zifenn, Festuz a lavaras gant ur vouezh kreńv: Kollet ec'h eus da skiant, Paol! Da c'houiziegezh vras a laka ac'hanout da ziskiantań!

25  Met e lavaras: Ne'm eus ket kollet ar skiant, Festuz mat-meurbet, met lavarout a ran traoł gwir hag a skiant vat.

26  Rak ar roue a anavez anezho hag e komzan dezhań gant hardizhegezh, rak gouzout a ran n'eus hini eus an traoł-mań kuzhet dioutań, peogwir n'int ket bet graet e kuzh.

27  Roue Agrippa, ha ne gredez ket er brofeded? Me a oar e kredez.

28  Agrippa a lavaras da Baol: Emaon kazi gounezet ganit da vezań kristen.

29  Paol a lavaras dezhań: Pediń a ran Doue ma viot koulz pe goulz, nann te hepken, met c'hoazh ar re holl a selaou ac'hanon hiziv, heńvel ouzhin, nemet er pezh a sell ouzh an ereoł-mań.

30  Goude m'en doe lavaret kement-se, ar roue, ar gouarnour, Bereniz hag ar re a oa azezet ganto a savas

31  hag, o vont kuit, e lavarjont etrezo: An den-se n'en deus graet netra a vefe din a varv pe a brizon.

32  Agrippa a lavaras da Festuz: An den-se a c'helle bezań laosket kuit ma n'en dije ket galvet da Gezar.

 

Pennad 27

Paol kaset da Rom

1  Pa voe divizet ez ajemp dre vor etrezek Italia, e voe fiziet Paol ha prizonidi all bennak en ur c'hantener anvet Juliuz, eus ar gohortenn Aogusta.

2  O vezań pignet war ul lestr eus Adramitiom, ez ejomp kuit o tleout riblań douaroł Azia. Aristark, ur Makedoniad eus Tesalonike a oa ganeomp.

3  An deiz war-lerc'h e touarjomp e Sidon. Juliuz, hag a oa hegarat e-keńver Paol, a aotreas dezhań mont da welout e vignoned ha bezań divec'hiet ganto.

4  Bezań aet ac'hane, e verdejomp izeloc'h eget Kiprenez rak an avelioł a oa a-enep deomp.

5  Goude bezań treuzet ar mor a-hed Kilisia ha Pamfilia, e teujomp da v-Mira e Lisia.

6  Ar c'hantener o vezań kavet eno ur vatimant eus Aleksandria a yae war-zu Italia, a lakaas ac'hanomp da bignat enni.

7  E-pad meur a zevezh e verdejomp goustad, ha ne voemp erruet nemet dre galz a boan dirak Knide, rak an avelioł n'hol lezent ket da vont a-raok. Neuze e verdejomp izeloc'h eget Kreta war-zu Salmone.

8  En ur hedań anezhi gant poan, e teujomp en ul lec'h anvet Porzhioł-Kaer, e-kichen kźr Lasea.

9  Evel ma oa tremenet kalz a amzer ha ma teue risklus ar mor, pa'z eo gwir e oa koulz ar yun dija echu, Paol a alias anezho

10  hag a lavaras: Tud, gwelout a ran emań o tont ar verdeadenn da vezań risklus ha gant kolloł bras, nann hepken evit ar vatimant hag he c'hargad, met ivez evit pep hini ac'hanomp.

11  Met ar c'hantener a gredas kentoc'h ar sturier ha mestr al lestr eget ar pezh a lavare Paol.

12  Hag evel ma ne oa ket mat ar porzh da dremen ar goańv, an darn vuiań a alias distreiń war ar mor evit mont da Feniks, porzh eus Kreta a sell etrezek ar mervent hag ar gwalarn, da c'hoańviń eno.

Ar barrad-amzer

13  Avel ar c'hreisteiz o vezań deuet da c'hwezhań goustadik, e kredjont e oant mistri eus o menoz hag, o tizeoriań, e hedjont Kreta tost d'ar ribl.

14  Met un nebeudig goude, un avel vras a c'halver Euroklidon, a zirollas war an aod.

15  Ar vatimant a oa stlejet hag, evel na c'helle ket herzel ouzh an avel, en lezjomp da vont.

16  Pa voemp tremenet izeloc'h eget un enezenn vihan anvet Klaoda, hor boe poan o vestroniań ar vagig.

17  O vezań he zennet, e kavjont tu da eren ar vatimant gant kerdin hag, o kaout aon na vefent taolet war ar Sirtenn, e tiskennjont ar wernienn hag e voent douget evel-se.

18  Evel ma oamp gwall bilet gant ar barrad-amzer, an deiz war-lerc'h e taoljont ar gargad,

19  ha d'an trede deiz e taoljont eus o daouarn o-unan paramantoł ar vatimant.

20  N'en em ziskouezas nag an heol nag ar stered e-pad meur a zevezh, hag e skoe ur barrad-amzer ken bras warnomp ma hor boa kollet pep esperańs da vezań saveteet.

21  Pell amzer e oamp bet hep debriń. Neuze Paol a savas en o c'hreiz hag a lavaras: Tud, gwelloc'h e vije bet deoc'h va selaou e-lec'h mont kuit eus Kreta, ha n'hor bije ket bet ar boan hag ar c'holl-mań.

22  Bremań ec'h alian ac'hanoc'h da gaout kalon, rak den ebet ac'hanoc'h ne vo kollet, ar vatimant hepken a vo kollet.

23  Rak un ael a-berzh an Doue ez on dezhań hag emaon o servijań a zo en em ziskouezet din en noz-mań

24  hag en deus lavaret din: Paol, na'z pez ket aon, ret eo dit mont dirak Kezar, ha setu, Doue en deus roet dit ar re holl a zo war vor asambles ganit.

25  Dre-se, tud, ho pet kalon, rak fiziańs am eus e Doue hag e c'hoarvezo evel ma'z eo bet lavaret din.

26  Met ret eo deomp bezań taolet war un enezenn bennak.

Ar peńse

27  Ar pevarzekvet nozvezh, evel ma oamp kaset amań hag ahont war vor Adriatik, ar vartoloded war-dro hanternoz a sońjas dezho e tostaent ouzh un douar bennak.

28  O vezań taolet ar sont, e kavjont ugent gourhedad (~ 35 m), un nebeud pelloc'h e daoljont a-nevez hag e kavjont pemzek gourhedad (~ 27 m).

29  O kaout aon da gouezhań war ur garreg bennak, e taoljont pevar eor diouzh an aros hag e c'hortozjont an deiz.

30  Evel ma klaske ar vartoloded tec'hout diouzh ar vatimant ha ma tiskennent ar vagig er mor war zigarez teurel an eorioł diouzh ar staon,

31  Paol a lavaras d'ar c'hantener ha d'ar soudarded: Ma ne chom ket ar re-mań er vatimant, ne c'hellot ket bezań saveteet.

32  Neuze ar soudarded a droc'has kerdin ar vagig hag he lezas da gouezhań.

33  O c'hortoz m'en em ziskouezfe an deiz, Paol a alias anezho holl da gemer boued, o lavarout: Hiziv eo ar pevarzekvet devezh abaoe ma'z oc'h o c'hortoz war yun, hep kemer netra.

34  Pediń a ran ac'hanoc'h eta da gemer boued evit gallout en em saveteiń, rak ne gouezho ket ur vlevenn eus penn hini ac'hanoc'h.

35  Goude bezań lavaret kement-se, e kemeras bara hag, o vezań trugarekaet Doue dirazo holl, e dorras hag en em lakaas da zebriń.

36  Hag an holl, oc'h adkavout kalon, a zebras ivez.

37  Bez' e oamp en holl er vatimant daou c'hant c'hwezek ene ha tri ugent.

38  P'o doe debret a-walc'h, e skańvajont al lestr o teurel an ed er mor.

39  Pa voe deuet an deiz, n'anavezjont ket an douar, met o vezań gwelet ur pleg-mor gant un aod, e lakajont en o fennoł, mar gelljent, lakaat ar vatimant da stekiń eno.

40  O vezań eta distaget an eorioł, e lezjont anezho er mor hag e laoskjont war un dro ereoł ar sturioł, ha, goude bezań savet gouel ar wern-volosk d'an avel, e tennjont war-zu an aod.

41  O vezań kavet ul lec'h ma oa ar mor a bep tu, ar vatimant a stokas eno. Ar staon a sankas start hag a chomas hep fińval, met an aros en em freuzas gant an nerzh eus ar mor.

42  Ar soudarded a voe a ali da lazhań ar brizonidi, gant aon na dec'hfe unan bennak anezho war neuńv.

43  Met ar c'hantener, o c'hoantaat saveteiń Paol, a zistroas anezho diouzh ar sońj-se hag a roas urzh d'ar re holl a ouie neuńvial d'en em zeurel en dour da gentań ha da vont betek an douar,

44  ha d'ar re all d'en em lakaat war blenk pe war dammoł bennak eus ar vatimant. Evel-se eo en em savetejont holl d'an douar.

 

Pennad 28

Paol e Malta

1  Goude bezań en em saveteet, ec'h anavezjont e oa Malta anv an enezenn.

2  An annezerien a ziskouezas en hor c'heńver ur vadelezh dreist-ordinal. Rak enaouiń a rejont un tan hag hon degemerjont holl, abalamour d'ar glav a gouezhe ha d'ar yenijenn.

3  Paol a zastumas un toullad brińsoł hag o lakaas en tan. Un naer-wiber a zeuas er-maez abalamour d'an tommder hag en em stagas ouzh e zorn.

4  Pa welas an annezerien al loen-se a-ispilh ouzh e zorn, e lavarjont an eil d'egile: E gwirionez an den-se a zo ur muntrer, peogwir, goude bezań bet saveteet eus ar mor, ar Reizhder ne fell ket dezhań e vevfe.

5  Met o vezań hejet al loen en tan, n'en doe droug ebet a gement-se.

6  Int a sońje dezho e teuje da goeńviń pe da gouezhań raktal marv, met o vezań gortozet pell hag o welout ne c'hoarveze droug ebet gantań, e kemmjont o sońj hag e lavarjont e oa un doue.

7  Bez' e oa el lec'h-se douaroł an den kentań eus an enezenn, anvet Publiuz. Hemań hon degemeras hag hol lojas gant madelezh e-pad tri devezh.

8  Setu ma oa tad Publiuz en e wele, klańv gant an derzhienn ha gant ar red-kof. Paol a antreas d'e gavout, a bedas, a lakaas e zaouarn warnań hag a yac'haas anezhań.

9  Kement-se o vezań c'hoarvezet, an holl re a oa klańv en enezenn a zeuas hag a voe yac'haet.

10  Enorioł bras a rejont ivez deomp ha, pa'z ejomp kuit, e rojont kement hon doa ezhomm.

Paol e Rom

11  Tri mizvezh goude, e lestrjomp war ur vatimant eus Aleksandria he doa tremenet ar goańv en enezenn hag he doa evit asagn: An Dioskouroi (= ar vreudeur c'hevell).

12  O vezań douaret e Sirakuze, e chomjont tri devezh.

13  Ac'hane e hedjomp an aod hag e teujomp da Rejio. An deiz war-lerc'h, avel ar c'hreisteiz a savas hag e teujomp e daou zevezh da Bouzol.

14  Kavout a rejomp eno breudeur a bedas ac'hanomp da chom ganto seizh devezh. Hag evel-se ez ejomp etrezek Rom.

15  Ac'hane, ar vreudeur o vezań klevet komz diwar hor penn a zeuas a-raok deomp betek Marc'had-Apiuz hag an Teir-Zavarn. Paol, o welout anezho, a drugarekaas Doue hag a voe kalonekaet.

16  Pa'z omp erruet e Rom, ar c'hantener a lakaas ar brizonidi etre daouarn prefed ar pretordi. Met da Baol e voe aotreet chom en e di e-unan, gant ur soudard a ziwalle anezhań.

17  Tri devezh goude, Paol a zastumas ar re gentań eus ar Yuzevien ha, pa voent bodet, e lavaras dezho: Tud breudeur, petra bennak ma ne'm eus graet netra a-enep ar bobl nag a-enep gizioł hon tadoł, on bet taolet er prizon e Jeruzalem ha lakaet etre daouarn ar Romaned.

18  Goude bezań graet goulennoł start ouzhin, e felle dezho va leuskel dre ma ne'm eus graet netra a vefe din a varv.

19  Met ar Yuzevien a enebas hag e voe ret din ober galv da Gezar, hep kaout sońj da damall va broad.

20  Evit kement-se eo em eus goulennet ho kwelout ha komz ganeoc'h, rak abalamour da esperańs Israel eo ez on ereet gant ar chadenn-mań.

21  Respont a rejont dezhań: N'hon eus resevet lizher ebet eus Judea diwar da benn ha n'eus deuet breur ebet hag en defe da damallet pe lavarout droug ac'hanout,

22  met hon eus c'hoant da glevout ganit petra eo da sońjoł, rak diwar-benn ar sektenn-se ec'h ouzomp e komzer a-enep dezhi e pep lec'h.

23  O vezań merket un deiz dezhań, e teujont en niver brasoc'h d'e lojeiz. Hag adalek ar beure betek an noz, e prezegas dezho rouantelezh Doue, o reiń testeni hag o lakaat anezho da grediń diwar-benn Jezuz, dre lezenn Moizez ha dre ar brofeded.

24  Darn a gredas ar pezh a lavare ha darn all ne gredjont ket.

25  Evel na oant ket a-unvan kenetrezo, en em dennjont goude m'en doe Paol lavaret ar gomz-mań: Ar Spered-Santel en deus komzet mat d'hon tadoł dre ar profed Izaia,

26  pa en deus lavaret: Kae etrezek ar bobl-mań ha lavar: C'hwi a glevo gant ho tivskouarn ha ne gomprenot ket. C'hwi a sello gant ho taoulagad ha ne welot ket.

27  Rak kalon ar bobl-mań a zo deuet digizidik. Pounnerglevet o deus o divskouarn ha serret o deus o daoulagad, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o divskouarn da glevout, o c'halon da gompren, na zistrofent, ha na yac'hafen anezho.

28  Gouezit eta penaos ar silvidigezh a Zoue a zo kaset d'ar baganed hag int a selaouo.

29  Goude m'en doe lavaret kement-se, ar Yuzevien a yeas kuit, gant un tabut bras kenetrezo.

30  Paol a chomas daou vloavezh leun en un ti en doa feurmet evitań e-unan. Hag e tegemere ar re holl a zeue d'e gavout,

31  o prezeg rouantelezh Doue hag o kelenn ar pezh a sell ouzh an Aotrou Jezuz-Krist gant pep frankiz hag hep harz ebet.