LIZHER PAOL D'AR ROMANED

 

Pennad 1

1  Paol, servijer Jezuz-Krist, galvet da vezań abostol, lakaet a-du evit Aviel Doue,

2  en doa prometet reiń diagent dre e brofeded er Skriturioł santel,

3  hag a gomz diwar-benn e Vab, ganet eus lignez David hervez ar c'hig,

4  disklźriet Mab Doue gant galloud hervez ar Spered a santelezh dre e zasorc'hidigezh a-douez ar re varv, Jezuz-Krist hon Aotrou,

5  hon eus resevet drezań ar c'hras hag an abostolerezh, evit degas, en e anv, d'ar sentidigezh ouzh ar feiz an holl vroadoł,

6  hag a-douez a re-se ez oc'h ivez, c'hwi a zo bet galvet gant Jezuz-Krist,

7  d'an holl re garet-mat gant Doue a zo e Rom, galvet da vezań sent: Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh Doue hon Tad hag a-berzh an Aotrou Jezuz-Krist!

Paol en deus c'hoant bras da welout kristenien Rom

8  Da gentań e trugarekaan va Doue dre Jezuz-Krist evidoc'h holl, dre ma'z eo ho feiz brudet-mat dre ar bed holl.

9  Rak Doue, hag a servijan em spered en Aviel e Vab, a zo test din penaos e venegan ac'hanoc'h hep ehan,

10  o c'houlenn dalc'hmat em fedennoł da gaout erfin, mar bez e volontez, un tu mat da vont d'ho kavout.

11  Rak c'hoantaat a ran kalz ho kwelout, evit lodennań ganeoc'h un donezon speredel bennak, evit ma viot kreńvaet,

12  da lavarout eo, o vezań en ho touez, ma vimp frealzet asambles dre hor feiz kumun hag a zo hoc'h hini ha va hini.

13  Hogen, breudeur, ne fell ket din e tremenfec'h hep gouzout em eus alies lakaet em sońj da vont d'ho kavout, da zastum ur frouezh bennak en ho touez evel e-touez ar broadoł all, met miret eo bet kement-se ouzhin betek vremań.

14  Dle eo din d'ar C'hresianed ha d'ar Varbared, d'ar furien ha d'ar re zizesk.

15  Evel-se, e kement hag a sell ouzhin, ez on prest da brezeg an Aviel deoc'h-c'hwi hag a zo e Rom ivez.

Abeg al lizher

16  Rak ne'm eus ket mezh eus Aviel Krist; rak un nerzh eus Doue eo, evit silvidigezh an holl re a gred, ar Yuzev da gentań, ha goude ar Gresian.

17  Rak ennań eo diskuliet reizhder Doue, eus ar feiz hag evit ar feiz, hervez ar pezh a zo skrivet: An den reizh a vevo dre ar feiz.

Fulor Doue a-enep an dud

18  Rak fulor Doue en em ziskuilh eus an neńv a-enep pep dizoujańs Doue ha pep direizhder eus an dud a vir ar wirionez dalc'het en direizhder,

19  rak ar pezh a c'heller anavezout eus Doue a zo diskuliet sklaer dirazo, Doue en deus e ziskouezet dezho.

20  Rak traoł diwelus Doue, e c'halloud peurbadus hag e Zoueelezh, a weler gant al lagad noazh abaoe krouidigezh ar bed, pa seller outo a-dreuz e oberoł, e doare n'o deus digarez ebet,

21  rak o vezań anavezet Doue, n'o deus ket roet gloar dezhań evel da Zoue, ha n'o deus ket e drugarekaet, met deuet int d'en em goll en o arguzennoł hag o c'halon dibourvez a skiant a zo bet leuniet a deńvalijenn.

22  Oc'h en em lavarout fur, deuet int da vezań sot,

23  ha troet o deus gloar an Doue divreinus e skeudennoł a ziskouez an den breinus, laboused, pevarzroadeged ha loened-stlej.

24  Setu perak ivez Doue en deus o roet, hervez droukc'hoantoł o c'halonoł, d'un hudurniezh ken bras m'o deus dizenoret o c'horfoł o-unan,

25  int hag o deus troet gwirionez Doue e gaou, ha servijet hag azeulet ar c'hrouadur e-lec'h ar C'hrouer, an hini a zo benniget da virviken. Amen.

26  Setu perak Doue en deus o roet da c'hoantegezhioł mezhus. Rak o maouezed zoken o deus troet an darempred naturel en unan all a zo a-enep an natur.

27  En hevelep doare ivez, ar wazed, o tilezel an darempred naturel gant ar wreg, a zo bet entanet en o c'hoantidigezh an eil evit egile, oc'h ober gwaz gant gwaz loustonioł mezhus, hag o resev enno o-unan ar gopr a oa dleet d'o diboellerezh.

28  Evel na fellas ket dezho anavezout Doue, Doue en deus o roet da sońjoł a fallentez e doare ma reont traoł dizellezek.

29  Leuniet int a bep direizhder, a hudurniezh, a fallentez, a bizhoni, a douellerezh. Karget int a warizi, a vuntroł, a dabutoł, a widre, a fallagriezh.

30  Flatrerien int, droukkomzerien, enebourien Doue, tud dismegańsus, lorc'hus, aner, ijinus a fallentez, disentus ouzh o zud,

31  diskiant, disleal, hep hegarated naturel, difrom, didruez,

32  ha daoust ma'c'h anavezont barnedigezh Doue a lavar ez eo dellezek a varv ar re a ra ar seurt traoł-se, n'int ket hepken ouzh o ober, met ouzhpenn ec'h asantont d'ar re o gra.

 

Pennad 2

Reizh eo barnedigezh Doue

1  Setu perak, o den, piv bennak ez out, te hag a varn, te a zo dibardon, rak o varn ar re all e varnez a-enep dit, peogwir e varnez, hag e rez an hevelep traoł.

2  Hogen gouzout a reomp penaos barnedigezh Doue a-enep ar re a ra ar seurt traoł-se a zo hervez ar wirionez.

3  Ha sońjal a rez, o den, te hag a varn ar re a ra ar seurt traoł-se hag o gra da-unan, e c'helli tec'hout diouzh barnedigezh Doue?

4  Pe disprizań a rez pinvidigezhioł e vadelezh, e basianted hag e hir gortozerezh, hep anavezout e c'halv madelezh Doue ac'hanout d'ar geuzidigezh?

5  Met dre da galeted ha da galon dibened, e tastumez un teńzor a fulor evit deiz ar fulor, ha diskuliadur barnedigezh reizh Doue,

6  pa roio en-dro da bep hini hervez e oberennoł,

7  ar vuhez peurbadus d'ar re a gendalc'h en oberoł mat, a glask ar c'hloar, an enor hag an divarvelezh,

8  met droukc'hras ha fulor d'ar re zisuj, d'ar re a stourm ouzh ar wirionez hag a sent ouzh an direizhder,

9  glac'har hag anken war bep ene den a ra an droug, war ar Yuzev da gentań, ha goude war ar Gresian,

10  met gloar, enor ha peoc'h da bep den a ra ar mad, d'ar Yuzev da gentań, ha goude d'ar Gresian.

11  Rak Doue ne ra van ebet ouzh diavaezioł an dud.

12  An holl re o devo pec'het hep al lezenn, a varvo ivez hep al lezenn, hag an holl re o devo pec'het o kaout al lezenn, a vo barnet dre al lezenn.

13  Rak n'eo ket ar re a selaou al lezenn a zo reizh dirak Doue, met ar re a vir al lezenn eo ar re a vo reishaet.

14  Pa zeu tud ar broadoł, int ha n'o deus ket al lezenn, d'ober dre natur ar pezh a zo el lezenn, ez int ul lezenn dezho o-unan, o vezań n'o deus ket al lezenn,

15  diskouez a reont penaos oberenn al lezenn a zo skrivet en o c'halonoł, o c'houstiańs a ro testeni, hag o sońjoł a damall pe a zigarez anezho.

16  Kement-se a vo gwelet d'an deiz ma varno Doue oberoł kuzhet an dud dre Jezuz-Krist, hervez va Aviel.

Ar Yuzevien hag al lezenn

17  Te, hag a zo anvet Yuzev, en em harp war al lezenn, a denn gloar eus Doue,

18  a anavez e volontez, a gav mat ar pezh a zo dispar, o vezań desket dre al lezenn,

19  a gred bezań rener ar re dall, sklźrijenn ar re a zo en deńvalijenn,

20  kelenner ar re ziouiziek, mestr ar re zizesk, dre ma ec'h eus el lezenn reolenn ar ouiziegezh hag ar wirionez.

21  Te eta a gelenn ar re all, n'en em gelennez ket da-unan? Te a brezeg na zleer ket laerezh, hag e laerez!

22  Te a lavar na zleer ket ober avoultriezh, hag e rez avoultriezh! Te a gasa an idoloł, hag e laerez temploł!

23  Te a denn gloar eus al lezenn, hag e tizenorez Doue o terriń al lezenn!

24  Rak anv Doue a zo dismegańset e-touez ar broadoł en abeg deoc'h, evel ma'z eo kement-se skrivet.

25  Gwir eo ez eo an amdroc'h talvoudek mar mirez al lezenn, met mard out un torrer eus al lezenn, da amdroc'h a zeu da vezań diamdroc'h.

26  Mar mir eta an hini n'eo ket amdroc'het gourc'hemennoł al lezenn, hag-eń ne vo ket kontet e ziamdroc'h dezhań evel un amdroc'h?

27  Ha mar mir al lezenn an hini n'eo ket amdroc'het dre natur, hag-eń ne varno ket ac'hanout, te hag a dorr al lezenn gant da lizherenn ha da amdroc'h?

28  Rak n'eo ket Yuzev an neb n'eo nemet en diavaez, ha n'eo ket an amdroc'h an hini a zo graet en diavaez er c'hig,

29  met eus an diabarzh eo e vezer Yuzev, hag an amdroc'h a zo hini ar galon, hervez ar spered ha nann hervez al lizherenn. E veuleudi ne zeu ket eus an dud, met eus Doue.

 

Pennad 3

Dreistelezh ar Yuzevien

1  Petra eta eo dreistelezh ar Yuzev? Pe, petra eo talvoudegezh an amdroc'h?

2  Bras eo e pep doare, dreist-holl dre ma'z eo bet fiziet enno diouganoł Doue.

3  Petra eta, ma'z eus hiniennoł ha n'o deus ket kredet, daoust hag o diskredoni a gaso da netra fealded Doue?

4  N'eo ket! Met ra vo Doue anavezet gwirion ha pep den gaouiat, hervez ma'z eo skrivet: Evit ma vi kavet reizh ez komzoł, ha ma trec'hi pa varnor.

5  Met mar deu hon direizhder da ziskouez reizhder Doue, petra a lavarimp? Daoust ha direizh e vo Doue pa ziskouezo e gounnar? Komz a ran evel an dud.

6  N'eo ket! Anez, penaos e varno Doue ar bed?

7  Ha mar deu gwirionez Doue da lugerniń muioc'h evit e c'hloar dre va gaou, perak ez on c'hoazh barnet evel ur pec'her?

8  Perak ne reomp ket an droug evit m'en em gavfe ar mad a gement-se? evel ma'z eus hiniennoł a desteni e lavaromp, en ur zroukkomz ac'hanomp. Kondaonidigezh an dud-se a zo reizh.

Dindan ar pec'hed eo an holl dud

9  Petra eta? Ha gwelloc'h ez omp-ni? E nep doare. Rak diskouezet hon eus penaos emań an holl, Yuzevien ha Gresianed, dindan ar pec'hed,

10  hervez ma'z eo skrivet: N'eus den reizh ebet, nann, n'eus ket unan,

11  n'eus den hag en defe skiant, n'eus den hag a glaskfe Doue,

12  an holl a zo en em zianket, an holl a zo en em lousaet asambles, n'eus den hag a rafe ar mad, n'eus ket unan.

13  O c'horzailhenn a zo ur bez digor, touellet o deus gant o zeod, binim naer-wiber o deus dindan o muzelloł,

14  o genoł a zo leun a vallozh hag a c'hwervoni,

15  prim eo o zreid da skuilhań ar gwad,

16  emań ar gwastoł hag an distruj war o hentoł,

17  n'o deus ket anavezet hent ar peoc'h,

18  doujańs Doue n'emań ket dirak o daoulagad.

19  Hogen gouzout a reomp penaos kement a lavar al lezenn, en lavar d'ar re a zo dindan al lezenn, evit ma vo serret pep genoł, ha ma teuio ar bed holl da vezań kablus dirak Doue.

20  Rak kig ebet ne vo reishaet dirazań dre oberoł al lezenn, rak dre al lezenn eo e teu anaoudegezh ar pec'hed.

Reizhder Doue dre ar feiz e gwad Jezuz-Krist

21  Met bremań reizhder Doue a zo diskouezet hep al lezenn, al lezenn hag ar brofeded o reiń testeni dezhań,

22  reizhder Doue dre ar feiz eus Jezuz-Krist, evit an holl re ha war an holl re a gred, rak n'eus diforc'h ebet,

23  an holl o deus pec'het hag a vank dezho gloar Doue;

24  reishaet int evit netra dre e c'hras, dre an dasprenadur a zo e Jezuz-Krist,

25  eń hag a zo bet lakaet gant Doue da vezań un aberzh a drugarez dre ar feiz en e wad, evit diskouez e reizhder, dre m'en doa lezet digastiz ar pec'hedoł graet diagent, e-pad deizioł pasianted Doue,

26  evit diskouez eta e reizhder en amzer a-vremań, e-doare da vezań e-unan reizh, hag an hini a reisha an neb en deus ar feiz eus Jezuz.

27  Pelec'h eta emań an abeg da dennań gloar? Kaset eo kuit. Dre beseurt lezenn? Dre hini an oberoł? Nann, met dre lezenn ar feiz.

28  Setu perak tennań a reomp a gement-se ez eo reishaet an den dre ar feiz, hep oberoł al lezenn.

29  Doue, ha bez' eo hepken Doue ar Yuzevien? N'eo ket ivez hini ar broadoł? Ya, bez' eo ivez hini ar broadoł,

30  rak un Doue hepken a zo, a reishaio an amdroc'hidi dre ar feiz hag an diamdroc'hidi dre ar feiz.

31  Kas a reomp eta da netra al lezenn dre ar feiz? N'eo ket! Er c'hontrol, kadarnaat a reomp al lezenn.

 

Pennad 4

Abraham reishaet dre ar feiz

1  Petra a lavarimp eta en deus Abraham hon tad kavet hervez ar c'hig?

2  Mard eo bet Abraham reishaet dre an oberoł, en deus lec'h da dennań gloar, met nann dirak Doue.

3  Rak petra a lavar ar Skritur? Abraham a gredas Doue, ha kement-se a voe kontet dezhań da reizhder.

4  Hogen, gopr an hini a labour n'eo ket kontet dezhań evel ur c'hras, met evel un dra dleet,

5  ha d'an hini na labour ket, met a gred en hini a reisha an den dizoue, e feiz a zo kontet dezhań da reizhder.

6  Evel-se ivez e tisklźr David eürusted an den a zo kontet dezhań gant Doue ar reizhder hep an oberoł:

7  Eürus ar re a zo pardonet dezho o direizhderioł, hag a zo goloet o fec'hedoł!

8  Eürus an den na damallo ket an Aotrou dezhań e bec'hed!

9  An eürusted-se eta, daoust hag eo evit an amdroc'hidi hepken pe evit an diamdroc'hidi ivez? Rak lavarout a reomp e voe e feiz kontet da Abraham da reizhder.

10  Pegoulz eta eo bet kontet dezhań? Pa oa amdroc'het pe diamdroc'h? Ne oa ket goude an amdroc'h, met e-pad ma oa c'hoazh diamdroc'h.

11  Hag e resevas arouez an amdroc'h evel siell ar reizhder eus ar feiz en doa pa oa diamdroc'h, evit bezań tad d'an holl re a gred, evito da vezań diamdroc'h, ha ma vo ar reizhder ivez kontet dezho,

12  hag evit bezań tad an amdroc'hidi, ar re n'int ket amdroc'het hepken, met c'hoazh a gerzh dre roudoł ar feiz en doa hon tad Abraham pa oa diamdroc'h.

13  Rak ar bromesa da gaout ar bed da hźrezh n'eo ket bet graet da Abraham pe d'e lignez dre al lezenn, met dre reizhder ar feiz.

14  Hogen mard eo ar re eus al lezenn an heritourien, ar feiz a zo aet da netra hag ar bromesa a zo torret,

15  rak al lezenn a zegas ar gounnar, rak e-lec'h n'eus lezenn ebet, n'eus ket a dorridigezh-lezenn.

16  Dre ar feiz eta eo, evit ma vefe dre c'hras, hag evit ma vefe ar bromesa asuret d'an holl lignez, nann hepken d'an hini a zo eus al lezenn, met ivez d'an hini a zo eus feiz Abraham, eń hag a zo hon tad deomp-ni holl,

17  hervez ma'z eo skrivet: Da lakaet em eus da vezań tad da un engroez a vroadoł. Hag ez eo dirak Doue en deus kredet ennań, eń hag a ro buhez d'ar re varv hag a c'halv an traoł n'emaint ket evel ma vijent.

18  Oc'h esperout a-enep da bep esperańs, en deus kredet e teufe da vezań tad da veur a vroad, hervez ar pezh a oa bet lavaret: Evel-se e vo da lignez.

19  Ne oa ket dinerzh er feiz, ne chomas ket da sońjal e oa e gorf dija gwanaet, pa'z eo gwir e oa erru tost da gant vloaz, hag e oa mammoł Sara e stad a varv.

20  N'en doe ket douetańs dre zifiziańs e-keńver promesa Doue, met kreńvaet e voe dre ar feiz, en ur reiń gloar da Zoue,

21  o krediń start penaos ar pezh en deus prometet, a c'hell ivez e seveniń.

22  Setu perak kement-se a voe kontet dezhań da reizhder.

23  Hogen n'eo ket hepken evitań eo skrivet e oa kontet-se dezhań,

24  met evidomp-ni eo ivez, rak deomp e vo kontet ivez kement-se, mar kredomp en hini en deus dasorc'het a-douez ar re varv Jezuz hon Aotrou,

25  a zo bet droukroet evit hor pec'hedoł, ha dasorc'het evit hor reizhadur.

 

Pennad 5

Peoc'h ha levenez

1  O vezań eta reishaet dre ar feiz, hon eus ar peoc'h gant Doue dre hon Aotrou Jezuz-Krist,

2  eń hag en deus roet deomp, dre ar feiz, digor d'ar c'hras-se a chomomp start enni, hag ez omp laouen en esperańs eus gloar Doue.

3  N'eo ket e kement-se hepken, met laouen omp ivez er glac'haroł, o c'houzout penaos ar glac'har a zegas an dalc'husted,

4  an dalc'husted a zegas ar vertuz amprouet, hag ar vertuz amprouet a zegas an esperańs.

5  Hag an esperańs ne douell ket, rak karantez Doue a zo bet skuilhet en hor c'halonoł gant ar Spered-Santel a zo bet roet deomp.

6  Rak pa oamp c'hoazh hep nerzh, Krist a zo marvet, en amzer merket, evit tud zizoue.

7  A-boan ma varvfed evit un den reizh. Marteze en em grennfe unan bennak da vervel evit un den mat.

8  Met Doue a ziskouez e garantez en hor c'heńver, o vezań ma oamp c'hoazh pec'herien pa'z eo marvet Krist evidomp.

9  O vezań eta bremań reishaet dre e wad, muioc'h a-se e vimp salvet gantań eus ar gounnar.

10  Rak mard omp bet, pa oamp enebourien, adunvanet gant Doue dre varv e Vab, muioc'h a-se o vezań adunvanet, e vimp salvet dre e vuhez.

11  N'eo ket kement-se hepken, met c'hoazh ez omp laouen e Doue dre hon Aotrou Jezuz-Krist, hon eus resevet bremań an adunvanidigezh drezań.

Ar marv dre Adam hag ar vuhez dre Grist

12  Setu perak, evel ma'z eo dre un den hepken ez eo deuet ar pec'hed er bed, ha dre ar pec'hed ar marv, evel-se ivez ar marv a zo deuet d'en em astenn war an holl dud, rak holl o deus pec'het.

13  Rak ar pec'hed a oa er bed a-raok al lezenn, met ar pec'hed n'eo ket kontet pa n'eus lezenn ebet.

14  Koulskoude ar marv en deus renet adalek Adam betek Moizez, zoken war ar re n'o doa ket pec'het dre un disentidigezh heńvel ouzh hini Adam, eń a oa skeudenn an hini a zlee dont.

15  Met n'emań ket eus donezon ar c'hras evel eus ar pec'hed. Rak mard eo marvet tud e-leizh dre bec'hed unan hepken, muioc'h a-se gras Doue ha donezon ar c'hras deuet eus un den hepken, Jezuz-Krist, a zo en em skuilhet puilh war galz a dud.

16  Ha n'emań ket eus an donezon evel eus ar pezh a zo c'hoarvezet dre unan hepken en deus pec'het. Rak ar varnedigezh a zo deuet da vezań kondaonidigezh goude ur pec'hed hepken, met donezon ar c'hras a zo deuet da vezań reizhadur goude meur a bec'hed.

17  Rak mar dre bec'hed unan hepken en deus renet ar marv dre unan hepken, muioc'h a-se ar re a resev ar fonnder eus ar c'hras hag eus donezon ar reizhder a reno er vuhez dre unan hepken, Jezuz-Krist.

18  Neuze, evel m'eo deuet ar varnedigezh da vezań kondaonidigezh war an holl dud dre ur pec'hed hepken, evel-se ivez dre un ober a reizhder hepken eo deuet war an holl dud ar reizhadur a ro ar vuhez.

19  Evel dre zisentidigezh un den hepken kalz a zo bet lakaet da bec'herien, evel-se ivez dre sentidigezh unan hepken kalz a vo lakaet da reizh.

20  Hogen al lezenn a zo deuet evit lakaat ar pec'hed da fonnań; met e-lec'h m'en deus fonnet ar pec'hed, ar c'hras he deus dreistfonnet;

21  hag evel m'en deus ar pec'hed renet evit reiń ar marv, evel-se ivez e ren ar c'hras dre ar reizhder evit reiń ar vuhez peurbadus dre Jezuz-Krist hon Aotrou.

 

Pennad 6

Ar vadeziant e Jezuz-Krist

1  Petra a lavarimp eta? Ha chom a raimp er pec'hed evit ma fonno ar c'hras?

2  N'eo ket! Marv omp d'ar pec'hed, penaos e c'hellfemp bevań c'hoazh ennań?

3  Hag-eń n'ouzoc'h ket penaos ni holl hag a zo bet badezet e Jezuz-Krist, a zo bet badezet en e varv?

4  Sebeliet omp eta gantań dre ar vadeziant en e varv, evit, evel ma'z eo Krist dasorc'het a-douez ar re varv dre c'hloar an Tad, ma kerzhimp-ni ivez en hevelep doare e nevezded a vuhez.

5  Rak mard omp bet graet ur memes plantenn gantań dre an heńveledigezh ouzh e varv, e vimp ivez dre an heńveledigezh ouzh e zasorc'hidigezh,

6  o c'houzout penaos hon den kozh a zo bet kroazstaget gantań, evit ma vo korf ar pec'hed distrujet, hag evit na vimp mui sklaved ar pec'hed.

7  Rak an hini a zo marv, a zo dieubet eus ar pec'hed.

8  Hogen, mard omp marv gant Krist, e kredomp e vevimp ivez gantań,

9  o c'houzout penaos Krist dasorc'het a-douez ar re varv ne varvo ken; ar marv n'en deus ken galloud warnań.

10  Rak o vervel, eo marvet ur wech hepken evit ar pec'hed, met o vevań, e vev evit Doue.

11  C'hwi ivez eta, en em sellit evel marv d'ar pec'hed da vat, met bev evit Doue, e Jezuz-Krist hon Aotrou.

12  Ra chomo eta ar pec'hed hep ren en ho korf marvel, evit ma sentfec'h ouzh e zroukc'hoantoł.

13  Na roit ket hoc'h izili d'ar pec'hed evit bezań binvioł a zireizhder, met en em roit hoc'h-unan da Zoue evel tud deuet eus ar marv d'ar vuhez, ha roit hoc'h izili evel binvioł a reizhder evit Doue.

14  Rak ar pec'hed n'en devo ket galloud warnoc'h, dre ma n'emaoc'h ket dindan al lezenn met dindan ar c'hras.

Sklaved d'ar reizhder evit ar santeladur

15  Petra eta? Ha pec'hiń a raimp dre ma n'emaomp ket dindan al lezenn met dindan ar c'hras? N'eo ket!

16  Hag-eń n'ouzoc'h ket penaos mar en em roit sklaved da unan bennak da sentiń outań, ez oc'h sklaved d'an hini ma sentit outań, pe d'ar pec'hed evit ar marv, pe d'ar sentidigezh evit ar reizhder?

17  Ha grasoł ra vo roet da Zoue, goude bezań bet sklaved d'ar pec'hed, hoc'h eus sentet a galon ouzh reolenn a gelennadurezh oc'h bet roet dezhi.

18  Hag o vezań bet dieubet eus ar pec'hed, oc'h deuet sklaved d'ar reizhder.

19  Komz a ran hervez giz an dud en abeg da zinerzhded ho kig. Evel eta ma hoc'h eus roet hoc'h izili da sklaved d'an hudurniezh ha d'ar fallentez, evit ar fallentez, evel-se roit hoc'h izili bremań da sklaved d'ar reizhder, evit ar santeladur.

20  Rak pa oac'h sklaved d'ar pec'hed, e oac'h frank e-keńver ar reizhder.

21  Peseurt frouezh a dennec'h neuze eus an traoł-se a ra mezh deoc'h bremań? Rak diwezh an traoł-se eo ar marv.

22  Met bremań, o vezań dieubet eus ar pec'hed ha deuet sklaved da Zoue, e tennit evit frouezh ar santeladur hag evit diwezh ar vuhez peurbadus.

23  Rak gopr ar pec'hed eo ar marv, met donezon Doue eo ar vuhez peurbadus e Jezuz-Krist hon Aotrou.

 

Pennad 7

Ar gristenien dizereet diouzh al lezenn

1  Daoust ha n'ouzoc'h ket, breudeur, rak komz a ran ouzh tud a anavez al lezenn, penaos al lezenn n'he deus galloud war an den nemet e-pad ma'z eo bev?

2  Rak ur wreg dimezet a zo ereet dre al lezenn ouzh he fried e-pad ma'z eo bev, met mar deu he fried da vervel, dizereet eo diouzh lezenn ar pried.

3  Evel-se eta, mar deu da zimeziń da ur gwaz all e-pad buhez he fried, e vo anvet avoultrerez. Met mar deu he fried da vervel, dieubet eo diouzh al lezenn e doare ma n'eo ket avoultrerez o tont da zimeziń da ur gwaz all.

4  Evel-se, va breudeur, c'hwi ivez a zo marv d'al lezenn dre gorf Krist, evit bezań da unan all, d'an hini a zo dasorc'het a-douez ar re varv, evit ma tougimp frouezh da Zoue.

5  Rak pa oamp er c'hig, c'hoantegezhioł ar pec'hedoł a laboure en hon izili war-bouez al lezenn, o tougen frouezh d'ar marv.

6  Met bremań dizereet omp diouzh al lezenn, o vezań marv d'ar pezh a oamp dalc'het dindanań, e doare ma servijomp e nevezded ar spered ha nann hervez al lizherenn a zo deuet da vezań kozh.

7  Petra a lavarimp eta? Ha pec'hed eo al lezenn? N'eo ket! Met ne'm eus anavezet ar pec'hed nemet dre al lezenn. Rak ne'm bije ket anavezet an droukc'hoant ma n'en dije ket lavaret al lezenn: Ne zroukc'hoantai ket.

8  Met ar pec'hed, o kemer an tu eus ar gourc'hemenn, en deus lakaet ennon a bep seurt droukc'hoantoł. Rak hep al lezenn, ar pec'hed a zo marv.

9  Rak me a oa bev gwechall hep lezenn, met pa'z eo deuet ar gourc'hemenn, ar pec'hed en deus adkemeret buhez, hag ez on deuet da vervel.

10  Hag eo en em gavet penaos ar gourc'hemenn hag a zlee reiń din ar vuhez, en deus roet din ar marv.

11  Rak ar pec'hed o kemer an tu eus ar gourc'hemenn, en deus touellet ac'hanon, ha drezań en deus va lazhet.

12  Al lezenn eta a zo santel, hag ar gourc'hemenn a zo santel, reizh ha mat.

13  Ha roet en deus din neuze ar marv ar pezh a zo mat? N'eo ket! Met ar pec'hed, evit m'en em ziskouez evel pec'hed, en deus roet din ar marv dre un dra vat, evit ma teu ar pec'hed, dre ar gourc'hemenn, da vezań gwall bec'her.

Al lezenn a zo speredel, met me a zo kigel

14  Rak gouzout a reomp ez eo al lezenn speredel, met me a zo kigel, gwerzhet d'ar pec'hed.

15  Rak ne gavan ket mat ar pezh a ran, ober a ran ar pezh na fell ket din, ober a ran ar pezh a gasaan.

16  Hogen, mar gran ar pezh na fell ket din, ec'h anavezan ez eo mat al lezenn.

17  Bremań eta n'eo mui me a ra kement-se, met ar pec'hed a chom ennon.

18  Rak gouzout a ran penaos ar mad ne chom ket ennon, da lavarout eo em c'hig: c'hoant am eus d'ober ar mad, met ne gavan ket ar galloud d'henn ober,

19  rak ne ran ket ar mad a fellfe din, met ober a ran an droug na fellfe ket din.

20  Mar gran ar pezh na fell ket din, n'eo mui me a ra kement-se, met ar pec'hed a chom ennon.

21  Kavout a ran eta al lezenn-mań: pa fell din ober ar mad, an droug a zo stag ouzhin.

22  Rak kavout a ran plijadur e lezenn Doue hervez an den a-ziabarzh,

23  met gwelout a ran ul lezenn all em izili, ul lezenn a ra brezel a-enep lezenn va c'hlevidigezh hag am dalc'h ereet ouzh lezenn ar pec'hed a zo em izili.

24  Paour-kaezh paotr ma'z on! Piv a zieubo ac'hanon eus korf ar marv-mań?

25  Trugarekaat a ran Doue dre Jezuz-Krist hon Aotrou! Evel-se eta, me va-unan a servij lezenn Doue dre ar glevidigezh, met lezenn ar pec'hed dre ar c'hig.

 

Pennad 8

Dieubet eo ar c'hristen dre ar Spered a Vuhez

1  Bremań eta n'eus ken a gondaonidigezh evit ar re a zo e Jezuz-Krist, ar re a gerzh nann hervez ar c'hig met hervez ar spered,

2  rak lezenn ar Spered a vuhez hag a zo e Jezuz-Krist, he deus va dieubet eus lezenn ar pec'hed hag ar marv.

3  Rak, ar pezh a oa dibosupl d'al lezenn dre ma oa dinerzh en abeg d'ar c'hig, Doue, en ur gas e Vab e-unan en ur c'hig heńvel ouzh hini ar pec'hed hag en abeg d'ar pec'hed, a gondaonas ar pec'hed er c'hig,

4  evit ma vefe sevenet reizhder al lezenn ennomp-ni ha ne gerzhomp ket hervez ar c'hig met hervez ar spered.

5  Rak ar re a vev hervez ar c'hig a laka o c'harantez e traoł ar c'hig, met ar re a vev hervez ar spered a laka o c'harantez e traoł ar spered.

6  Karantez ar c'hig eo ar marv, met karantez ar spered eo ar vuhez hag ar peoc'h,

7  rak karantez ar c'hig a zo enebiezh ouzh Doue, dre na sent ket ouzh lezenn Doue, hag evit gwir ne c'hell ket henn ober.

8  Setu perak ar re a zo er c'hig ne c'hellont ket plijout da Zoue.

9  Hogen n'oc'h ket er c'hig met er spered, gant ma chomo Spered Doue ennoc'h. Mard eus unan bennak ha n'en deus ket Spered Krist, hennezh n'eo ket dezhań.

10  Met mard emań Krist ennoc'h, ar c'horf a zo marv en abeg d'ar pec'hed, met ar spered a zo buhez en abeg d'ar reizhder.

11  Mar chom ennoc'h Spered an hini en deus dasorc'het Jezuz a-douez ar re varv, an hini en deus dasorc'het Krist a-douez ar re varv, a roio ivez ar vuhez d'ho korfoł marvel dre e Spered a chom ennoc'h.

12  Evel-se eta, breudeur, ez omp dleourien, met n'eo ket d'ar c'hig evit bevań hervez ar c'hig.

13  Rak mar bevit hervez ar c'hig, e varvot; met mar lakait dre ar Spered da vervel oberoł ar c'horf, e vevot.

14  Rak an holl re hag a zo renet gant Spered Doue, a zo mibien Doue.

15  Ha n'hoc'h eus ket resevet ur spered a sklavelezh evit bezań c'hoazh en aon, met resevet hoc'h eus ur Spered advugelań a laka ac'hanomp da grial: Abba! Tad!

16  Ar Spered e-unan a ro testeni gant hor spered ez omp bugale da Zoue.

17  Ha mard omp bugale, ez omp ivez heritourien, heritourien da Zoue ha kenheritourien gant Krist, mar gouzańvomp poan koulskoude gantań, evit ma resevimp ivez gloar gantań.

Gloar bugale Doue

18  Me a gav din n'eus heńveledigezh ebet etre poanioł an amzer a-vremań hag ar c'hloar a vo diskuliet ennomp.

19  Rak ar c'hoant start a c'hortoz ar grouadelezh eo diskuliadur mibien Doue,

20  rak n'eo ket dre gaer emań ar grouadelezh dindan ar mogidelloł, met eo en abeg d'an hini en deus he lakaet,

21  gant an esperańs e vo ivez dieubet eus sklavelezh ar vreinadurezh, evit bezań e frankiz glorius bugale Doue.

22  Gouzout a reomp penaos betek vremań an holl grouadelezh a-bezh a huanad hag a c'houzańv gwentloł ar gwilioud,

23  ha n'eo ket hi hepken, met ni ivez, ni hag hon eus frouezh kentań ar Spered, e huanadomp ivez ennomp hon-unan, o c'hortoz an advugelań, dasprenadur hor c'horf.

24  Rak salvet omp en esperańs, met an esperańs a weler n'eo ken esperańs. Pa weler un dra, penaos c'hoazh e c'heller e esperout?

25  Met ma'c'h esperomp ar pezh na welomp ket, eo ez omp ouzh henn gortoz gant pasianted.

26  Ha zoken ivez ar Spered a sikour ac'hanomp en hon dinerzhded. Rak n'ouzomp ket petra a zleomp goulenn evit pediń evel ma'z eo dereat. Met ar Spered e-unan a erbed evidomp dre huanadoł na c'hellont ket bezań displeget.

27  An hini a furch ar c'halonoł a oar petra eo sońj ar Spered, rak pediń a ra evit ar sent hervez Doue.

28  Ha gouzout a reomp penaos pep tra a dro da vad evit ar re a gar Doue, ar re a zo galvet hervez e ziviz.

29  Rak ar re en deus anavezet a-ziaraok, en deus ivez raktonket da vezań heńvel ouzh skeudenn e Vab, evit ma vo hemań ar c'hentań-ganet e-touez meur a vreur.

30  Hag ar re en deus raktonket, en deus ivez o galvet. Hag ar re en deus galvet, en deus ivez o reishaet. Hag ar re en deus reishaet, en deus ivez roet gloar dezho.

31  Petra a lavarimp eta diwar-benn an traoł-se? Mard eo Doue evidomp, piv a vo a-enep deomp?

32  Eń ha n'en deus ket espernet e Vab e-unan, met en deus e roet evidomp holl, penaos ne roio ket pep tra deomp gantań?

33  Piv a savo evit tamall ar re zibabet gant Doue? Doue eo an hini a reisha.

34  Piv eo an hini a gondaon? Krist eo an hini a zo marv, hag ouzhpenn eo dasorc'het, zoken eo a-zehoł da Zoue, hag ivez ec'h erbed evidomp.

35  Piv a zispartio ac'hanomp diouzh karantez Krist? Bez' e vo an anken, ar glac'har, an heskinerezh, an naon, an noazhder, ar riskl, ar c'hleze?

36  Evel-se eo skrivet: Abalamour dit-te, omp lakaet d'ar marv bemdez, ha sellet evel deńved kempennet d'ar gigerezh.

37  Met en holl draoł-se ez omp ouzhpenn trec'herien dre an hini en deus hor c'haret.

38  Rak sur on penaos nag ar marv, nag ar vuhez, nag an aelez, nag ar prińselezhioł, nag ar galloudoł, nag an traoł a-vremań, nag an traoł da zont,

39  nag an uhelder, nag an donder, na krouadur all ebet, ne c'hello hon dispartiań diouzh karantez Doue a zo e Jezuz-Krist hon Aotrou.

 

Pennad 9

Israel

1  Me a lavar ar wirionez e Krist, ne lavaran gaou ebet, va c'houstiańs a ro testeni din dre ar Spered-Santel,

2  penaos em eus un dristidigezh vras hag ur glac'har dalc'hus em c'halon.

3  Rak karout a rafen bezań va-unan milliget ha dispartiet diouzh Krist evit va breudeur, va c'herent hervez ar c'hig,

4  a zo Israeliz, a zo bet roet dezho an advugelań, ar c'hloar, an emglevioł, donezon al lezenn, al lid, ar promesaoł,

5  a zo deuet eus lignez an tadoł, hag a zo deuet diouto hervez ar c'hig Krist, an hini a zo Doue dreist an holl draoł, benniget da virviken. Amen.

6  N'eo ket koulskoude m'en defe komz Doue deuet da netra. Rak an holl re a zo deuet eus lignez Israel n'int ket Israel,

7  hag evito da vezań eus lignez Abraham, n'int ket holl e vugale. Met skrivet eo: En Izaak eo e vo da lignez anvet eus da anv;

8  da lavarout eo, n'eo ket bugale ar c'hig hag a zo bugale da Zoue, met bugale ar bromesa eo ar re a zo kontet da vezań al lignez.

9  Rak setu amań komz ar bromesa: Dont a rin en-dro da'z kavout d'ar poent-mań eus ar bloaz, ha Sara he devo ur mab.

10  N'eo ket-se hepken, met c'hoarvezout a reas kement all gant Rebeka pa gońsevas en ur wech eus Izaak hon tad,

11  rak ar vugale ne oant ket ganet c'hoazh ha n'o doa graet na mad na droug, met evit ma chomfe start an diviz a zibab eus Doue hep bezań diouzh an oberoł met diouzh bolontez an hini a c'halv,

12  e voe lavaret dezhi: An hini brasań a servijo an hini bihanań.

13  hervez ma'z eo skrivet: Karet em eus Jakob, met kasaet em eus Ezaü.

Emań trugarez Doue evit an hini en deus dibabet

14  Petra a lavarimp eta? Ha bez' ez eus direizhder e Doue? N'eo ket!

15  Rak lavaret en deus da Voizez: Me a raio trugarez d'an hini a rin trugarez dezhań, hag em bo truez ouzh an hini am bo truez outań.

16  Evel-se eta, kement-se ne zeu ket eus an hini a fell dezhań, nag eus an hini a red, met eus Doue a ra trugarez,.

17  Rak ar Skritur a lavar da Faraon: Da savet em eus evit kement-mań, evit diskouez ennout va galloud, hag evit ma vo embannet va anv dre an douar holl.

18  Evel-se e ra trugarez d'an neb a fell dezhań, hag e kaleta an neb a fell dezhań.

19  Neuze e lavari din: Perak e kav abeg c'hoazh? Rak piv a c'hell enebiń ouzh e volontez?

20  Met kentoc'h, o den, piv out evit tabutal gant Doue? Hag al lestr a lavaro d'an hini en deus graet anezhań: Perak ec'h eus va graet evel-se?

21  Hag-eń n'en deus ket ar poder ar galloud d'ober eus un hevelep toaz-douar ul lestr a enor hag unan all evit un implij dister?

22  Petra lavarout mar en deus Doue, o fellout dezhań diskouez e gounnar ha reiń da anavezout e c'halloud, gouzańvet gant ur basianted vras listri a gounnar graet evit ar gollidigezh,

23  evit reiń da anavezout pinvidigezh e c'hloar e-keńver listri a drugarez en deus graet a-ziaraok evit ar c'hloar,

24  da lavarout eo en hor c'heńver-ni hag en deus galvet, nann hepken a-douez ar Yuzevien met ivez a-douez ar broadoł?

25  Henn lavarout a ra en Ozea: Envel a rin: Va fobl, an hini na oa ket va fobl, hag: Ar garet-mat, an hini na oa ket ar garet-mat.

26  Hag e c'hoarvezo penaos el lec'h-se m'eo bet lavaret dezho: N'oc'h ket va fobl, e vint anvet: Mibien an Doue bev!

27  Izaia ivez a sav e vouezh diwar-benn Israel: Pa vefe niver mibien Israel evel traezh ar mor, un nemorant hepken a vo salvet.

28  Rak eń a beurc'hraio an afer, hag en berraio gant reizhder, rak an Aotrou a raio un oberenn verr war an douar.

29  Izaia en doa lavaret diagent en hevelep doare: Ma n'en dije ket Aotrou an armeoł lezet ganeomp un hadenn, e vijemp deuet evel Sodom, e vijemp heńvel ouzh Gomora.

30  Petra a lavarimp eta? Penaos ar broadoł na glaskent ket ar reizhder, o deus kavet ar reizhder, ar reizhder a zo dre ar feiz,

31  met Israel hag a glaske al lezenn a reizhder, n'eo ket deuet a-benn da gavout al lezenn a reizhder.

32  Perak? Dre ma n'o deus ket he c'hlasket dre ar feiz met dre oberoł al lezenn. En em stoket int ouzh ar maen-kouezh,

33  hervez ma'z eo skrivet: Setu e lakaan e Sion ur maen-kouezh hag ur roc'h a wallskouer, hag an hini a gredo ennań ne vo ket mezhekaet.

 

Pennad 10

Plegenn Israel

1  Breudeur, c'hoant va c'halon ha va fedenn da Zoue evit Israel, eo ma vint salvet.

2  Rak reiń a ran an testeni-mań dezho, penaos o deus gred evit Doue, met ur gred n'eo ket hervez an anaoudegezh:

3  evel n'anavezont ket reizhder Doue ha ma klaskont diazezań o reizhder o-unan, n'o deus ket pleget da reizhder Doue.

4  Rak Krist eo diwezh al lezenn evit reizhadur an holl re a gred.

5  Evel-se e teskriv Moizez ar reizhder a zeu eus al lezenn: An den en devo graet an traoł-se a vevo drezo.

6  Met ar reizhder a zeu eus ar feiz a gomz evel-henn: Na lavar ket ez kalon: Piv a bigno d'an neńv? Lakaat Krist da ziskenn eo;

7  pe: Piv a ziskenno en donder? Lakaat Krist da adpignat a-douez ar re varv eo.

8  Petra a lavar eta? Ar ger a zo tost dit, ez kenoł hag ez kalon. Setu amań ar ger a feiz a brezegomp:

9  Mar anzavez gant da c'henoł an Aotrou Jezuz, ha mar kredez ez kalon en deus Doue e zasorc'het a-douez ar re varv, e vi salvet.

10  Rak krediń a reer gant ar galon evit kaout ar reizhder, hag anzav a reer gant ar genoł evit kaout ar silvidigezh.

11  Rak ar Skritur a lavar: An hini a gredo ennań ne vo ket mezhekaet.

12  Ha n'eus diforc'h ebet etre ar Yuzev hag ar Gresian, dre m'o deus holl un hevelep Aotrou, a zo pinvidik evit an holl re a c'halv anezhań.

13  Rak piv bennak a c'halvo anv an Aotrou a vo salvet.

14  Met penaos e c'halvint an hini n'o deus ket kredet ennań? Ha penaos e kredint en hini n'o deus ket klevet diwar e benn? Ha penaos e klevint komz diwar e benn ma n'eus den da brezeg?

15  Ha penaos e vo prezeget ma ne vez kaset den? Skrivet eo eta: Pegen kaer eo treid ar re a zegas Keloł Mat (= Aviel) ar peoc'h, ar re a zegas Keleier Mat (= Aviel) diwar-benn ar gwellań!

16  Met n'o deus ket sentet holl ouzh an Aviel, rak Izaia a lavar: Aotrou, piv en deus kredet hor prezegenn?

17  Ar feiz a zeu eta eus ar pezh a glever, hag ar pezh a glever a zeu eus ger Doue.

18  Met goulenn a ran: N'o deus ket klevet? Er c'hontrol, o mouezh a zo en em skuilhet dre an douar holl, hag o gerioł betek pennoł pellań ar bed.

19  Met goulenn a ran: N'en deus ket Israel anavezet? Moizez a lavar ar c'hentań: Me a hegazo ho kwarizi dre ar re n'int ket ur bobl, lakaat a rin droug da sevel ennoc'h dre ur vroad diskiant.

20  Hag Izaia a lavar gant hardizhegezh: Kavet on bet gant ar re na'm c'hlaskent ket, anavezet on bet gant ar re na c'houlennent ket diwar va fenn.

21  Met e-keńver Israel e lavar: A-hed an deiz em eus astennet va daouarn etrezek ur bobl disent ha kontrolius.

 

Pennad 11

1  Me a c'houlenn eta: Doue ha bez' en deus taolet kuit e bobl? N'eo ket! Rak me a zo va-unan Israelat, eus lignez Abraham, eus meuriad Benjamin.

2  Doue n'en deus ket taolet kuit e bobl en deus anavezet diagent. N'ouzoc'h ket ar pezh a lavar ar Skritur diwar-benn Elia, penaos klemmas da Zoue a-enep Israel?

3  Aotrou, lazhet o deus da brofeded, diskaret o deus da aoterioł, me a zo chomet va-unan, hag e klaskont va lazhań.

4  Met peseurt respont a reas Doue dezhań? Miret em eus din seizh mil den n'o deus ket pleget o glin dirak Baal.

5  Bez' ez eus ivez eta bremań un nemorant miret hervez dibaberezh ar c'hras.

6  Hogen mard eo dre c'hras, n'eo ken dre an oberoł, anez ar c'hras ne vefe ken ur c'hras. Met mard eo dre an oberoł, n'eo ken ur c'hras, anez an oberoł ne vefent ken oberoł.

7  Petra eta? Ar pezh a glaske Israel n'eo ket bet kavet gantań, met ar re zibabet o deus henn kavet, hag ar re all a zo bet kaledet,

8  hervez ma'z eo skrivet: Doue en deus roet dezho betek an devezh-mań ur spered a vorgousk, daoulagad ha ne welont ket, divskouarn ha ne glevont ket.

9  Ha David a lavar: Ra zeuio da vezań o zaol un dagell dezho, ur pech, un abeg da gouezhań, hag o faeamant,

10  ra deńvalaio o daoulagad evit na welint ket, ha ra vo o c'hein daoubleget dalc'hmat.

Distaol Israel evit adunvanidigezh ar bed

11  Me a c'houlenn eta: Ha strebotet o deus evit kouezhań? N'eo ket! Met ar silvidigezh a zo deuet d'ar broadoł dre o lamm, evit hegasiń o gwarizi.

12  Ha mard eo bet o lamm pinvidigezh ar bed, hag o bihander pinvidigezh ar broadoł, pegement mui e vo o distro leun.

13  Me a lavar deoc'h-c'hwi, broadoł: O vezań abostol ar broadoł, e roan gloar da'm ministrerezh,

14  o klask hegasiń, mar gellan, gwarizi ar re eus va c'hig, ha salviń hiniennoł anezho.

15  Rak mard eo bet o distaol adunvanidigezh ar bed, petra a vo o adgalvidigezh, nemet ur vuhez a-douez ar re varv?

16  Mard eo ar frouezh kentań santel, ar bern a zo ivez, ha mard eo ar wrizienn santel, ar brankoł a zo ivez.

17  Met mard eo lamet kuit hiniennoł eus ar brankoł, ha mard out-te, olivezenn gouez, bet imboudet en o zouez, ha deuet da gaout lod e gwrizienn hag e chug an olivezenn,

18  na zenn ket gloar diwar-goust ar brankoł-se. Mar tennez gloar, anavez n'eo ket te a zoug ar wrizienn, met ar wrizienn eo an hini a zoug ac'hanout.

19  Met te a lavaro: Ar brankoł a zo bet troc'het evit ma vefen-me imboudet.

20  Gwir eo, lamet int bet kuit en abeg d'o diskredoni, ha te a chom dre ar feiz. Arabat dit lorc'hiń, met az pez aon,

21  rak ma n'en deus ket Doue espernet ar brankoł naturel, diwall na vefes ket espernet kennebeut.

22  Laka evezh eta ouzh madelezh hag ouzh garvder Doue: e c'harvder e-keńver ar re a zo kouezhet, met e vadelezh ez keńver, mar kendalc'hez er vadelezh-se, anez e vi lamet kuit ivez.

23  Hag int, ma ne gendalc'hont ket en diskredoni, e vint imboudet, rak Doue en deus ar galloud d'o imboudań a-nevez.

24  Rak mard out bet troc'het eus an olivezenn a oa gouez dre e natur, hag imboudet, a-enep lezenn an natur, war an olivezenn vat, pegement mui, ar re a zo ar brankoł naturel ne vint ket imboudet war o olivezenn o-unan?

25  Rak ne fell ket din, breudeur, na oufec'h ket ar mister-mań, evit na viot ket fur d'ho taoulagad hoc'h-unan, penaos ul lodenn eus Israel a zo kouezhet er galeted, betek ma vo leunder ar broadoł aet e-barzh;

26  hag evel-se holl Israel a vo salvet, hervez ma'z eo skrivet: An dieuber a zeuio eus Sion hag e tistroio eus Jakob pep dizoujańs;

27  ha kement-se eo an emglev a rin ganto, pa lamin o fec'hedoł.

28  Gwir eo ez int enebourien e-keńver an Aviel en abeg deoc'h, met e-keńver an dibaberezh, ez int karet en abeg d'o zadoł,

29  rak donezonoł ha galvidigezh Doue a zo didorrus.

30  Evel ma'z oc'h bet gwechall disent ouzh Doue, ha ma hoc'h eus bet bremań trugarez dre o disentidigezh,

31  en hevelep doare ez int deuet da vezań disent bremań, evit m'o devo ivez trugarez, dre an drugarez a zo bet roet deoc'h.

32  Rak Doue en deus dastumet an holl dud en disentidigezh evit ober trugarez d'an holl.

33  O donder pinvidigezh, furnez ha gouiziegezh Doue! Pegen digomprenus eo e varnedigezhioł, pegen digavadus eo e hentoł!

34  Rak piv en deus anavezet sońj an Aotrou, pe piv a zo bet e guzulier?

35  Pe piv en deus roet dezhań ar c'hentań evit bezań paeet en distro?

36  Rak digantań ha drezań hag evitań eo an holl draoł. Dezhań ra vo ar c'hloar da viken! Amen.

 

Pennad 12

Kinnigit ho korfoł en aberzh …

1  Ho pediń a ran eta, breudeur, dre drugarez Doue, da ginnig ho korfoł en aberzh bev, santel, plijus da Zoue, ar pezh a vo ul lid dereat eus ho perzh.

2  N'en em blegit ket d'ar c'hantved-mań, met bezit cheńchet gant nevezidigezh ho klevidigezh, evit ma'c'h anavezot petra eo bolontez Doue, mat, plijus ha peurvat.

3  Gant ar c'hras a zo bet roet din, e lavaran da bep hini ac'hanoc'h tremen hep kaout war e zivout ur sońj brasoc'h eget ma'z eo ret, met santadoł izel, hervez ar muzul a feiz en deus Doue roet da bep hini.

4  Rak, evel ma hon eus meur a ezel en ur c'horf hepken, ha n'o deus ket an holl izili an hevelep labour d'ober,

5  evel-se ivez, ni a zo meur a hini hag ez omp ur c'horf hepken e Krist, o vezań pep hini ac'hanomp ezel an eil ouzh egile,

6  o kaout koulskoude donezonoł disheńvel, hervez ar c'hras a zo bet roet deomp. Mard eo ar brofediezh, ra embrego anezhi hervez muzul ar feiz;

7  an hini a servij, ra en em stago ouzh ar servij; an hini a gelenn, ra en em stago ouzh ar c'helenn;

8  an hini a ali, ra en em stago ouzh an ali; an hini a ro aluzenoł, ra raio gant eeunder; an hini a ren, ra raio gant evezh; an hini a ra oberoł a drugarez, ra raio gant levenez.

9  Ra vo ar garantez hep pilpouzerezh. Kasait an droug hag en em stagit start ouzh ar mad.

10  E-keńver ar garantez a vreur, bezit leun a deneridigezh an eil evit egile. En em ziaraogit oc'h en em enoriń an eil egile.

11  Bezit gredus ha nann didalvez; bezit birvidik er spered; servijit an Aotrou;

12  ho pet levenez en esperańs; bezit habask er glac'har; kendalc'hit er bedenn;

13  kemerit lod en ezhommoł ar sent; bezit buan da reiń degemer en ho ti.

14  Bennigit ar re a heskin ac'hanoc'h, bennigit ha na villigit ket.

15  Ho pet levenez gant ar re a zo laouen, gouelit gant ar re a ouel.

16  Ho pet an hevelep sońjoł an eil re e-keńver ar re all. Na glaskit ket an traoł uhel, met tremenit gant an traoł izel. Na vezit ket fur d'ho taoulagad hoc'h-unan.

17  Na rentit da zen droug evit droug. En em stagit ouzh ar pezh a zo onest dirak an holl dud.

18  Mard eo posupl hag e kement ha ma sell ouzhoc'h, bezit e peoc'h gant an holl dud.

19  N'en em veńjit ket hoc'h-unan, re garet-mat, met lezit ar gounnar d'ober, rak skrivet eo: Din-me eo ar veńjańs, me a rento, eme an Aotrou.

20  Ha mar en deus naon da enebour, ro dezhań da zebriń, mar en deus sec'hed, ro dezhań da evań, rak en ur ober evel-se, e tastumi glaou tan war e benn.

21  Na vez ket trec'het gant an droug, met trec'h an droug gant ar mad.

 

Pennad 13

Sentidigezh ouzh ar pennadurezhioł

1  Ra blego pep den d'ar pennadurezhioł uhel, rak n'eus pennadurezh ebet nemet eus Doue, ha gant Doue eo ez int bet lakaet ar pennadurezhioł a vez kavet.

2  Setu perak an hini a stourm ouzh ar pennadurezhioł, a stourm ouzh an urzh diazezet gant Doue, hag ar re a stourm a denno warno o-unan ur varnedigezh.

3  Rak ar pennoł n'int ket da vezań doujet pa reer oberoł mat met pa reer reoł fall. Ha te a fell dit bezań hep aon dirak ar bennadurezh? Gra ar mad hag e vi meulet ganti.

4  Ar penn a zo servijer Doue evit da vad. Met mar rez an droug, az pez aon, rak ne zoug ket ar c'hleze evit netra, met servijer Doue eo, lakaet evit veńjiń en ur gastizań an hini a ra an droug.

5  Ret eo eta plegań, nann hepken en abeg d'ar c'hastiz, met ivez en abeg d'ar goustiańs.

6  Setu perak ivez e paeit tailhoł, dre ma'z int servijerien Doue, oc'h en em reiń dalc'hmat d'ar garg-se.

7  Rentit eta d'an holl ar pezh a zo dleet dezho: an tailhoł d'an neb eo dleet an tailhoł, ar gwir d'an neb eo dleet ar gwir, an doujańs d'an neb eo dleet an doujańs, an enor d'an neb eo dleet an enor.

En em garit an eil egile

8  Na zleit netra da zen, nemet ar garantez an eil evit egile, rak an hini a gar ar re all en deus sevenet al lezenn.

9  Rak: Ne ri ket a avoultriezh, ne vuntri ket, ne laeri ket, ne lavari ket a falstesteni, ne zroukc'hoantai ket, ha pep gourc'hemenn all, kement-se holl a zo dalc'het er gomz-mań: Karout a ri da nesań eveldout da-unan.

10  Ar garantez ne ra ket droug d'an nesań, ar garantez eo eta sevenidigezh al lezenn.

11  Ha kement-se seul vui ma'c'h anavezit an amzer ma'z omp ennań, rak houmań eo an amzer deomp da zihuniń eus hor c'housk, pa'z emań ar silvidigezh tostoc'h deomp eget p'hon eus kredet.

12  An noz a zo tremenet ha dont a ra an deiz. Diwiskomp eta oberoł an deńvalijenn ha gwiskomp armoł ar sklźrijenn.

13  Kerzhomp gant onestiz evel ma reer en deiz, ha nann en diroll hag er vezventi, en hudurniezh hag er gasterezh, en tabutoł hag er gwarizioł.

14  Ha gwiskit an Aotrou Jezuz-Krist, na gemerit ket preder eus ar c'hig evit seveniń e zroukc'hoantoł.

 

Pennad 14

Lezenn ar frankiz ha lezenn ar garantez

1  Degemerit an hini a zo dinerzh er feiz hep tabut diwar-benn e sońjoł.

2  Unan a gred gallout debriń a bep tra, met egile hag a zo dinerzh, ne zebr nemet legumaj.

3  An hini a zebr, ra chomo hep disprizań an hini na zebr ket, hag an hini na zebr ket, ra chomo hep barn an hini a zebr, rak Doue en deus e zegemeret.

4  Piv out-te evit barn servijer unan all? Mar dalc'h en e sav pe mar kouezh, d'e vestr eo da varn anezhań. Met chom a raio e en sav, rak Doue a zo galloudus evit e lakaat da chom en e sav.

5  Unan a gav un deiz dreist un deiz all, unan all a gav an holl zeizioł heńvel. Ra vo pep hini kendrec'het en e sońjoł e-unan.

6  An hini a zigemm etre an deizioł, a zigemm abalamour d'an Aotrou, hag an hini na zigemm ket etrezo, na zigemm ket abalamour d'an Aotrou. An hini a zebr, a zebr abalamour d'an Aotrou, rak trugarekaat a ra Doue, hag an hini na zebr ket, na zebr ket abalamour d'an Aotrou, ha trugarekaat a ra Doue.

7  Rak hini ac'hanomp ne vev evitań e-unan, hag hini ne varv evitań e-unan.

8  Mar bevomp, e vevomp e-keńver an Aotrou, ha mar marvomp, e varvomp e-keńver an Aotrou. Pe eta e vevomp, pe e varvomp, ez omp d'an Aotrou.

9  Rak evit-se eo Krist marvet, eo dasorc'het, hag eo deuet en-dro d'ar vuhez, evit ma reno war ar re vev ha war ar re varv.

10  Met te, perak e varnez da vreur? Pe te, perak e tisprizez da vreur? Pa'z eo gwir ez aimp holl dirak lez-varn Krist.

11  Rak skrivet eo: Me a zo bev, eme an Aotrou, pep glin a blego dirazon, ha pep teod a anzavo Doue.

12  Evel-se pep hini ac'hanomp a rento kont da Zoue evitań e-unan.

13  N'en em varnomp mui eta an eil egile, met kentoc'h barnit penaos na zleit ket lakaat un maen-kouezh pe reiń un abeg a wallskouer dirak ho preur.

14  Gouzout a ran, hag asuret on dre an Aotrou Jezuz, n'eus netra dic'hlan ennań, koulskoude, an hini a gred ez eo un dra dic'hlan, an dra-se a zo dic'hlan evitań.

15  Ha mard eo da vreur glac'haret en abeg d'ur boued, ne gerzhez ken hervez ar garantez. Na gas ket da goll dre da voued an hini a zo Krist marvet evitań.

16  Arabat e vefe droukkomzet eus ho treistelezh,

17  rak rouantelezh Doue n'emań ket an debriń pe an evań, met reizhder, peoc'h ha levenez er Spered-Santel.

18  An hini a servij Krist en doare-se a blij da Zoue hag a vez kavet mat gant an dud.

19  Klaskomp eta an traoł a gas d'ar peoc'h hag a c'hell kenteliań an eil egile.

20  Na zistruj ket oberenn Doue evit ur boued. Gwir eo ez eo glan an holl draoł, met fall eo d'un den debriń en ur vezań ur maen-kouezh.

21  Mat eo tremen hep debriń kig, hep evań gwin, ha kemer netra eus ar pezh a c'hell lakaat da vreur da strebotiń, pe e lakaat da gouezhań, pe e zinerzhań.

22  Ha te ac'h eus ar feiz? Mir-hi ennout da-unan dirak Doue. Eürus eo an hini n'en em gondaon ket e-unan er pezh a gav mat.

23  Met an hini en deus douetańs a zo kondaonet mar debr, dre ma n'en gra ket gant feiz. Ha kement tra na reer ket gant feiz a zo ur pec'hed.

 

Pennad 15

1  Ni ar re greńv a zle gouzańv dinerzhded ar re zinerzh, ha ne zleomp ket en em blijout ennomp hon-unan.

2  Ra glasko pep hini ac'hanomp da blijout d'e nesań evit e vad hag evit e greńvadur.

3  Rak Krist ivez n'eo ket en em blijet ennań e-unan, met skrivet eo: Dismegańsoł ar re a zismegańs ac'hanout a zo kouezhet warnon.

4  Rak kement a zo bet skrivet gwechall, a zo bet skrivet evit hor c'helennadurezh, evit m'hor bo an esperańs dre an dalc'husted hag ar frealz a ro ar Skriturioł.

5  Ra roio deoc'h an Doue a zalc'husted hag a frealz da gaout an hevelep santadoł etrezoc'h hervez youl Jezuz-Krist,

6  evit ma c'hellot-c'hwi-holl, gant un hevelep ene hag un hevelep genoł, reiń gloar da Zoue, Tad hon Aotrou Jezuz-Krist.

7  En em zegemerit eta an eil egile, evel m'en deus Krist hon degemeret, evit gloar Doue.

8  Lavarout a ran eta ez eo bet Jezuz-Krist servijer an amdroc'hidi evit diskouez gwirionez Doue, en ur leuniań ar promesaoł graet d'an tadoł,

9  hag evit ma roio gloar ar broadoł da Zoue evit e drugarez, hervez ma'z eo skrivet: Setu perak e veulin ac'hanout e-touez ar broadoł, hag e kanin da'z anv.

10  Lavaret eo c'hoazh: Broadoł, bezit laouen gant e bobl.

11  Ha c'hoazh: Meulit an AOTROU, c'hwi an holl vroadoł, kanmeulit-eń, c'hwi an holl bobloł.

12  Izaia a lavar ivez: Dont a raio eus Jese ur bount hag a savo da ren war ar broadoł, hag ar broadoł a espero ennań.

13  Ra zeuio Doue an esperańs d'ho leuniań eta a bep seurt levenez ha peoc'h er feiz, evit ma kreskot en esperańs dre c'halloud ar Spered-Santel.

Raktresoł Paol

14  Va breudeur, me ivez am eus an diarvar ez oc'h leun a vadelezh, karget a bep anaoudegezh, barrek ivez d'en em aliań an eil egile.

15  Koulskoude, breudeur, skrivet em eus deoc'h gant mui a hardizhegezh marteze, evit dihuniń ho sońjoł, hervez ar c'hras a zo bet roet din gant Doue,

16  da vezań servijer Jezuz-Krist e-keńver ar broadoł ha da leuniań karg Aviel Doue, evit ma vo plijus prof ar broadoł, ur prof santelaet gant ar Spered-Santel.

17  Ul lec'h a c'hloar am eus eta e Jezuz-Krist e-keńver ar pezh a sell ouzh traoł Doue.

18  Rak ne gredfen komz eus netra ha na vefe bet graet gant Krist drezon evit degas ar broadoł d'ar sentidigezh, dre ar gomz ha dre an oberoł,

19  dre c'halloud ar mirakloł hag ar burzhudoł, dre c'halloud Spered Doue, e doare ma em eus skuilhet dre holl Aviel Krist adalek Jeruzalem hag ar broioł nesań betek Illiria.

20  Kemeret em eus evel-se ar garg da brezeg an Aviel e-lec'h na oa ket bet Krist anvet, evit tremen hep sevel war an diazez en defe unan all lakaet,

21  hervez ma'z eo skrivet: Ar re na oa ket bet prezeget dezho a welo, hag ar re n'o doa ket klevet a gompreno.

22  Kement-se eo ivez en deus miret ouzhin alies da vont d'ho kavout.

23  Met bremań, evel n'eus netra ken o terc'hel ac'hanon er vro-mań, ha ma em eus ur c'hoant bras d'ho kwelout abaoe meur a vloavezh,

24  ez in d'ho kavout pa'z in da Vro-Spagn. Evel-se em eus spi da welout ac'hanoc'h en ur dremen ha da vezań ambrouget ganeoc'h en hent war an tu-se, goude ma em bo bet al levenez da vezań un tammig ganeoc'h.

25  Met bremań ez an da Jeruzalem da sikour ar sent.

26  Rak falvezet eo bet d'ar re eus Makedonia hag eus Akaia reiń lod eus o madoł evit peorien a zo e-touez sent Jeruzalem.

27  Plijet eo bet ganto, hag evit gwir dleourien ez int dezho, rak mar o deus bet ar broadoł lod en o madoł speredel, e tleont ivez reiń dezho lod eus o madoł douarel.

28  Goude eta ma em bo echuet kement-se, ha ma em bo roet dezho gant fealded ar sikour-se, ez in da Vro-Spagn o tremen du-se.

29  Gouzout a ran penaos pa'z in d'ho kavout, e teuin gant leunder bennozhioł Aviel Krist.

30  Ho pediń a ran start eta, breudeur, dre hon Aotrou Jezuz-Krist ha dre garantez ar Spered, ma vrezelot ganin er pedennoł a lavarot da Zoue evidon,

31  evit ma vin dieubet diouzh re ziskredus Judea, ha ma vo va servij e Jeruzalem degemeret mat gant ar sent,

32  e doare ma'z in d'ho kavout gant levenez, dre volontez Doue, ha ma tiskuizhin en ho touez.

33  Ra vo an Doue a beoc'h ganeoc'h holl! Amen.

 

Pennad 16

Saludoł da glozań hag alioł diwezhań

1  Erbediń a ran deoc'h Foebe hor c'hoar, diagonez eus Iliz Kenkre,

2  evit ma tegemerot anezhi en Aotrou evel ma tere ouzh ar sent, ha ma sikourot anezhi en holl draoł he defe ezhomm ac'hanoc'h, rak degemeret he deus en he zi meur a hini hag ivez me va-unan.

3  Saludit Prisilha hag Akilaz, va c'henlabourerien e Jezuz-Krist,

4  o deus lakaet en arvar o buhez evit va hini. Ha n'eo ket me hepken a drugareka anezho, met c'hoazh holl Ilizoł ar broadoł.

5  Saludit ivez an Iliz a zo en o zi. Saludit Epainet va c'haret-mat, eń hag a zo bet ar frouezh kentań eus Akaia evit Krist.

6  Saludit Mari, kemeret he deus kalz a boan evidomp.

7  Saludit Andronikuz ha Juniaz, va c'herent ha va c'henbrizonidi. Enoret int e-touez an ebestel, ha zoken ez int bet e Krist araozon.

8  Saludit Ampliaz, va c'haret-mat en Aotrou.

9  Saludit Urban, hor c'henlabourer e Krist, ha Stakiz va c'haret-mat.

10  Saludit Apellez, aprouet eo bet e Krist. Saludit ar re eus ti Aristobul.

11  Saludit Herodion a zo kar din. Saludit ar re eus ti Narkiz a zo en Aotrou.

12  Saludit Trifen ha Trifoz a labour en Aotrou. Saludit Persiz ar garet-mat, labouret he deus kalz en Aotrou.

13  Saludit Rufuz, dibabet en Aotrou, hag e vamm a zo ivez va hini.

14  Saludit Asinkrit, Flegon, Hermaz, Patrobaz, Hermez, hag ar vreudeur a zo ganto.

15  Saludit Filolog ha Julia, Nere hag e c'hoar, hag Olimp hag an holl sent a zo ganto.

16  En em saludit an eil egile dre ur pok santel. Ilizoł Krist a salud ac'hanoc'h.

17  Aliań a ran ac'hanoc'h, breudeur, da ziwall diouzh a re a laka disranniezh hag abegoł da gouezhań a-enep ar gelennadurezh hoc'h eus desket; pellait diouto.

18  Rak ar seurt tud-se ne servijont ket an Aotrou Jezuz-Krist, met o c'hof o-unan; dre gomzoł dous ha melus, e touellont kalonoł a re zizrouk.

19  Ho sentidigezh a zo anavezet gant an holl. Levenez am eus eta abalamour deoc'h, hag e c'hoantaan e vefec'h fur e-keńver ar mad ha glan e-keńver an droug.

20  Hep dale, an Doue a beoc'h a friko Satan dindan ho treid. Gras hon Aotrou Jezuz-Krist ra vo ganeoc'h! Amen.

21  Timote, va c'henlabourer, Lusiuz, Jason ha Sozipater, va c'herent, a salud ac'hanoc'h.

22  Ho saludiń a ran en Aotrou, me Tersiuz, hag am eus skrivet al lizher-mań.

23  Gaiuz, va ostiz hag hini an holl Iliz, a salud ac'hanoc'h. Erast teńzorier kźr hag ar breur Kouartuz a salud ac'hanoc'h.

24  Gras hon Aotrou Jezuz-Krist ra vo ganeoc'h holl! Amen.

25  D'an hini a c'hell ho nerzhań hervez va Aviel hag hervez ar pezh a zo bet prezeget gant Jezuz-Krist, hervez diskuliadur ar mister a oa kuzhet e-pad an amzerioł tremenet,

26  met a zo bremań diskouezet dre skridoł ar brofeded hervez urzh an Doue peurbadus, hag a zo prezeget d'an holl vroadoł evit ma sentint ouzh ar feiz,

27  da Zoue, an hini fur nemetań, ra vo ar c'hloar da viken dre Jezuz-Krist! Amen.