LEVR KENTAŃ

AN DANEVELLOŁ

 

Pennad 1

1  Adam, Sed, Enoz,

2  Kenan, Mahalaleel, Jered,

3  Enok, Metushela, Lemek,

4  Noe, Sem, Cham, Jafed.

5  Mibien Jafed a voe: Gomer, Magog, Madai, Javan, Tubal, Meshek, Tiraz.

6  Mibien Gomer a voe: Ashkenaz, Difad, Togarma.

7  Mibien Javan a voe: Elisha, Tarsisa, Kitim, Rodanim.

8  Mibien Cham a voe: Kush, Mizraim, Pud, Kanaan.

9  Mibien Kush a voe: Saba, Havila, Sabta, Raema, Sabteka. Mibien Raema a voe: Seba ha Dedan.

10  Kush a voe tad da Nimrod, a zeuas da vezań galloudek war an douar.

11  Mizraim a voe tad d'al Ludim, d'an Ananim, d'al Lehabim, d'an Naftuhim,

12  d'ar Batruzim, d'ar Gasluhim, ma'z eo deuet diouto ar Filistined, ha d'ar Gaftorim.

13  Kanaan a voe tad da Sidon e gentań-ganet, da Hed,

14  d'ar Jebuziz, d'an Amoreaned, d'ar C'hirgazianed,

15  d'an Hevianed, d'an Arkianed, d'ar Sinianed,

16  d'an Arvadianed, d'ar Zemarianed, d'an Hamatianed.

17  Mibien Sem a voe: Elam, Ashur, Arpaksad, Lud, Aram, Uz, Hul, Geter, Meshek.

18  Arpaksad a voe tad da Shelak. Shelak a voe tad da Eber.

19  Ganet eo bet daou vab da Eber: Unan a voe anvet Peleg, rak en e amzer e voe rannet an douar, hag e vreur a voe anvet Joktan.

20  Joktan a voe tad da Almodad, Shelef, Hazarmaved, Jerak,

21  Hadoram, Uzal, Dikla,

22  Ebal, Abimael, Seba,

23  Ofir, Havila, Jobab; an holl re-se a voe mibien Joktan.

24  Sem, Arpaksad, Shelak,

25  Eber, Peleg, Rehu,

26  Serug, Nakor, Terak,

27  Abram, hag a zo Abraham.

28  Mibien Abraham a voe: Izaak hag Ismael.

29  Setu amań o lignez: Kentań-ganet Ismael a voe Nebajod, ha goude Kedar, Adbeel, Mibsam,

30  Mishma, Duma, Masa, Hadad, Tema,

31  Jetur, Nafish, Kedma; ar re-se a voe mibien Ismael.

32  Ketura, serc'h Abraham, a c'hanas mibien: Zimran, Jokshan, Medan, Madian, Jishbak, Shuak. Mibien Jokshan a voe: Sheba ha Dedan.

33  Mibien Madian a voe: Efa, Efer, Abida, Eldaa. An holl re-se a voe mibien Ketura.

34  Abraham a voe tad da Izaak. Mibien Izaak a voe: Ezaü hag Israel.

35  Mibien Ezaü a voe: Elifaz, Reuel, Jeush, Jaelam, Kora.

36  Mibien Elifaz a voe: Teman, Omar, Zefi, Gaetam, Kenaz, Timna, Amalek.

37  Mibien Reuel a voe: Nahad, Zerak, Shamma, Mizza.

38  Mibien Seir a voe: Lotan, Shobal, Zibeon, Ana, Dishon, Ezer, Dishan.

39  Mibien Lotan a voe: Hori hag Homam. Timna a voe c'hoar Lotan.

40  Mibien Shobal a voe: Aljan, Manahad, Ebal, Shefi, Onam. Mibien Zibeon a voe: Aya hag Ana.

41  Mab Ana a voe: Dishon. Mibien Dishon a voe: Hamram, Eshban, Jitran, Keran.

42  Mibien Ezer a voe: Bilhan, Zaavan, Jaakan. Mibien Dishan a voe: Uz hag Aran.

43  Setu amań ar rouaned o deus renet e bro Edom, a-raok ma renas ur roue war vibien Israel: Bela mab Beor, hag anv e gźr a oa Dinhaba.

44  Bela a varvas, ha Jobab mab Zerak eus Bozra a renas en e lec'h.

45  Jobab a varvas, hag Husham eus bro an Demaniz a renas en e lec'h.

46  Husham a varvas, hag Hadad mab Bedad a renas en e lec'h. Eń eo a faezhas Madian e maezioł Moab; anv e gźr a oa Avid.

47  Hadad a varvas, ha Samla eus Masreka a renas en e lec'h.

48  Samla a varvas, ha Saül eus Reobod-war-ar-Stźr a renas en e lec'h.

49  Saül a varvas, ha Baal-Hanan mab Akbor a renas en e lec'h.

50  Baal-Hanan a varvas, hag Hadad a renas en e lec'h, hag anv e gźr a oa Pai, hag anv e wreg a oa Mehetabeel merc'h Matred merc'h Mezahab.

51  Hag Hadad a varvas. Ha pennoł-bras Edom a voe: ar penn-bras Timna, ar penn-bras Alja, ar penn-bras Jeted,

52  ar penn-bras Oholibama, ar penn-bras Ela, ar penn-bras Pinon,

53  ar penn-bras Kenaz, ar penn-bras Teman, ar penn-bras Mibzar,

54  ar penn-bras Magdiel, ar penn-bras Iram. Ar re-se a voe pennoł-bras Edom.

 

Pennad 2

1  Setu amań mibien Israel: Ruben, Simeon, Levi, Juda, Isakar, Zabulon,

2  Dan, Jozef, Benjamin, Neftali, Gad, Aser.

3  Mibien Juda a voe: Er, Onan, Shela, an tri a voe ganet dezhań eus merc'h Shua ar Gananeadez. Er, kentań-ganet Juda, a voe drouk dirak an AOTROU, a reas anezhań mervel.

4  Tamar, e verc'h-kaer, a c'hanas dezhań: Perez ha Zerak. Holl vibien Juda: pemp.

5  Mibien Perez a voe: Hezron hag Hamul.

6  Mibien Zerak a voe: Zimri, Etan, Heman, Kalkol, Darah. Holl anezho: pemp.

7  Mab Karmi a voe: Akar, a drubuilhas Israel o pec'hiń diwar-benn an traoł lakaet da verz.

8  Mab Etan a voe: Azaria.

9  Ar vibien bet ganet da Hezron a voe: Jerakmeel, Ram, Kelubai.

10  Ram a voe tad da Aminadab. Aminadab a voe tad da Nashon, prińs mibien Juda.

11  Nashon a voe tad da Salma. Salma a voe tad da Voaz.

12  Boaz a voe tad da Obed. Obed a voe tad da Jese.

13  Jese a voe tad da Eliab e gentań-ganet, Abinadab an eil, Shimea an trede,

14  Natanael ar pevare, Raddai ar pempvet,

15  Ozem ar c'hwec'hvet, David ar seizhvet.

16  O c'hoarezed a voe: Zeruja hag Abigail. Mibien Zeruja a voe: Abishai, Joab, Asael, tri anezho.

17  Abigail a c'hanas Amasa; tad Amasa a voe Jeter an Ismaelad.

18  Kaleb mab Hezron a voe tad da vibien eus Azuba e wreg hag eus Jeriod. He mibien a voe: Jesher, Shobab, Ardon.

19  Azuba a varvas ha Kaleb a gemeras Efrad, a c'hanas dezhań Hur.

20  Hur a voe tad da Uri, hag Uri a voe tad da Vezaleel.

21  Goude-se Hezron a yeas etrezek merc'h Makir tad Galaad, hag he c'hemeras en oad a dri-ugent vloaz; hi a c'hanas dezhań Segub.

22  Segub a voe tad da Jair, en doe teir c'hźr warn-ugent e bro C'halaad.

23  Geshur hag Aram a gemeras dezho bourc'h Jair hag hini Kenad gant he c'hźriadennoł tro-dro, tri-ugent kźr. An holl re-se a voe mibien Makir tad Galaad.

24  Goude marv Hezron e Kaleb-Efrata, Abija gwreg Hezron a c'hanas dezhań Ashur tad Tekoa.

25  Mibien Jerakmeel kentań-ganet Hezron a voe: Ram e gentań-ganet, Buna, hag Oren hag Ozem ganet eus Akija.

26  Jerakmeel en doe ur wreg all anvet Atara, a voe mamm da Onam.

27  Mibien Ram kentań-ganet Jerakmeel a voe: Maaz, Jamin, Eker.

28  Mibien Onam a voe: Shammai ha Jada. Mibien Shammai a voe: Nadab hag Abishur.

29  Anv gwreg Abishur a voe Abihail, a c'hanas dezhań: Akban ha Molid.

30  Mibien Nadab a voe: Seled hag Appaim. Seled a varvas hep mibien.

31  Mab Appaim a voe: Jishei. Mab Jishei a voe: Sheshan. Mab Sheshan a voe: Aklai.

32  Mibien Jada breur Shammai a voe: Jeter ha Jonatan. Jeter a varvas hep mibien.

33  Mibien Jonatan a voe: Peled ha Zara. Ar re-se a voe mibien Jerakmeel.

34  Sheshan n'en doe ket a vab met merc'hed. Sheshan en doa ur servijer Ejipsian anvet Jarka.

35  Sheshan a roas e verc'h da wreg da Jarka e servijer, hag e c'hanas dezhań Atai

36  Atai a voe tad da Natan. Natan a voe tad da Zabad.

37  Zabad a voe tad da Eflal. Eflal a voe tad da Obed.

38  Obed a voe tad da Jehu. Jehu a voe tad da Azaria.

39  Azaria a voe tad da Halez. Halez a voe tad da Elasa.

40  Elasa a voe tad da Sismai. Sismai a voe tad da Shallum.

41  Shallum a voe tad da Jekamia. Jekamia a voe tad da Elishama.

42  Mibien Kaleb breur Jerakmeel a voe: Mesha e gentań-ganet, a voe tad da Zif, ha mibien Maresha tad Hebron.

43  Mibien Hebron a voe: Kora, Tappuak, Rekem, Shema.

44  Shema a voe tad da Raham tad Jorkeam. Rekem a voe tad da Shammai.

45  Mab Shammai a voe: Maon. Maon a voe tad da Vet-Zur.

46  Efa serc'h Kaleb a c'hanas: Haran, Moza, Gazez. Haran a voe tad da C'hazez.

47  Mibien Jahdai a voe: Regem, Jotam, Geshan, Peled, Efa, Shaaf.

48  Maaka serc'h Kaleb a c'hanas: Sheber ha Tirhana.

49  Genel a reas ivez: Shaaf tad Madmana, Sheva tad Makbena ha tad Gibea. Merc'h Kaleb a voe: Aksa.

50  Ar re-mań a voe mibien Kaleb: Shobal mab Hur kentań-ganet Efrata tad Kirjad-Jearim,

51  Salma tad Betlehem, Haref tad Bet-Gader.

52  Mibien Shobal tad Kirjad-Jearim a voe: Haroe hag Hazi-Menuod.

53  Kerent Kirjad-Jearim a voe: ar Jetrianed, ar Butianed, ar Shumatiz, ar Vishraiz. Eus ar re-se eo deuet ar Zoreatiz hag an Estaoliz.

54  Mibien Salma a voe: Betlehem, an Netofatiz, Atrod, tiegezh Joab, Hazi-Menuod, ar Zoreianed.

55  Kerent ar skribed a oa o chom e Jabez a voe: an Diratiz, ar Shimeatiz, ar Sukatiz. Ar re-se a voe ar Genianed deuet eus Hamad tad tiegezh Rekab.

 

Pennad 3

1  Setu amań mibien David a zo bet ganet dezhań en Hebron: ar c'hentań-ganet Amnon eus Akinoam eus Jizreel, an eil Daniel eus Abigail eus Karmel,

2  an trede Absalom mab Maaka merc'h Talmai roue Geshur, ar pevare Adonija eus Agid,

3  ar pempvet Shefatia eus Abital, ar c'hwec'hvet Jitream eus Egla e wreg.

4  Ar c'hwec'h-se a voe ganet dezhań en Hebron, e-lec'h ma renas seizh vloaz ha c'hwec'h miz. Goude e renas e Jeruzalem tri bloaz ha tregont.

5  Setu amań a re a voe ganet dezhań e Jeruzalem: Shimea, Shobab, Natan, Salomon, o fevar eus Bath-Shua merc'h Amiel,

6  Jibhar, Elishama, Elifeled,

7  Noga, Nefeg, Jafia,

8  Elishama, Eliada, Elifeled, nav.

9  Ar re-se a voe holl vibien David, hep mibien ar serc'hed ha Tamar o c'hoar.

10  Mab Salomon a voe: Roboam, en doe ur mab: Abija, en doe ur mab: Asa, en doe ur mab: Jozafad,

11  en doe ur mab: Joram, en doe ur mab: Akazia, en doe ur mab Joaz,

12  en doe ur mab: Amazia, en doe ur mab: Azaria, en doe ur mab: Jotam,

13  en doe ur mab: Achaz, en doe ur mab: Ezekia, en doe ur mab: Manase,

14  en doe ur mab: Amon, en doe ur mab: Jozia.

15  Mibien Jozia a voe: ar c'hentań-ganet Johanan, an eil Jojakim, an trede Sedesia, ar pevare Shallum.

16  Mibien Jojakim a voe: Jekonia e vab ha Sedesia e vab.

17  Mibien Jekonia a voe: Asir, Shealtiel e vab,

18  Malkiram, Pedaja, Shenazar, Jekamia, Hoshama, Nedabia.

19  Mibien Padaja a voe: Zorobabel ha Shimei. Mibien Zorobabel a voe: Meshullam, Hanania, Shelomid o c'hoar,

20  hag ivez: Hashuba, Ohel, Berekia, Hasadia, Jushab-Hesed, pemp.

21  Mibien Hanania a voe: Pelatia, Izaia, mibien Refaja, mibien Arnan, mibien Abdia, mibien Shekania.

22  Mab Shekania a voe: Shemaja. Mibien Shemaja a voe: Hattush, Jigal, Bariak, Nearia, Shafad, c'hwec'h.

23  Mibien Nearia a voe: Eljoenai, Ezekia, Azrikam, tri.

24  Mibien Eljoenai a voe: Hodaia, Eliashib, Pelaja, Akkub, Johanan, Delaja, Anani, seizh.

 

Pennad 4

1  Mibien Juda a voe: Farez, Hezron, Karmi, Hur, Shobal.

2  Reaja mab Shobal a voe tad da Jakad. Jakad a voe tad da Akumai ha Lahad. Ar re-se a voe tigezhioł ar Zoreatiz.

3  Setu amań ar re a zo deuet eus tad Etam: Jizreel, Jishma, Jidbash, anv o c'hoar a oa Hazelelponi.

4  Penuel a voe tad da C'hedor, hag Ezer da Husha. Ar re-se a oa mibien Hur, kentań-ganet Efrata tad Betlehem.

5  Ashur tad Tekoa en doe div wreg: Helea ha Naara.

6  Naara a c'hanas dezhań: Akuzam, Hefer, Temeni, Akashtari. Ar re-se a voe mibien Naara.

7  Mibien Helea a voe: Zered, Zokar, Etnan.

8  Koz a voe tad da Anub, da Hazobeba, da diegezhioł Akarkel mab Harum.

9  Jabez a oa enoretoc'h eget e vreudeur, e vamm he doa e anvet Jabez o lavarout: Er boan eo em eus ganet anezhań.

10  Jabez a c'halvas Doue Israel o lavarout: Mar bennigez ac'hanon, ma astennez va harzoł, ma vez da zorn ganin, ma tiwallez ac'hanon eus ar gwalleur, en hevelep doare ma ne vin ket er glac'har...! Ha Doue a roas dezhań ar pezh en doa goulennet.

11  Kelub breur Shuak a voe tad da Veir, a voe tad da Eshton.

12  Eshton a voe tad da diegezh Rafa, da Baseak, da Dekinna tad kźr Nakash. Ar re-se a voe tud Reka.

13  Mibien Kenaz a voe: Otniel ha Seraja. Mab Otniel a voe: Hatad.

14  Meonotai a voe tad da Ofra. Seraja a voe tad da Joab, tad traonienn ar vicherourien, rak micherourien e oant.

15  Mibien Kaleb mab Jefune a voe: Iru, Ela, Naam. Mab Ela a voe: Kenaz.

16  Mibien Jehaleleel a voe: Zif, Zifa, Tirja, Asareel.

17  Mibien Ezra a voe: Jeter, Mered, Efer, Jalon. Gwreg Mered a c'hanas: Miriam, Shammai, Jishbak tad Eshtemoa.

18  E wreg Jehudija a c'hanas: Jered tad Gedor, Heber tad Soko, Jekutiel tad Zanoak. Ar re-se a voe mibien Bitja merc'h Faraon, a gemeras Mered da wreg.

19  Mibien gwreg Hodija, c'hoar Nakam, a voe: tad Keila ar Garmad hag Eshtemoa ar Maakatian.

20  Mibien Simon a voe: Amnon, Rinna, Ben-Hanan, Tilon. Mibien Jishei a voe: Zoked ha Ben-Zoked.

21  Mibien Shela mab Juda a voe: Er tad Leka, Laada tad Maresha, tiegezh kźr an oberourien a lin fin eus ti Ashbea,

22  Jokim, tud Kozeba, Joaz ha Saraf a renas war Voab, Jashubi-Lekem. Kement-se a zo traoł kozh.

23  Poderien e oant, hag en em zalc'hent er plantadegoł hag er parkeier, o vezań o chom eno e-kichen ar roue, evit e labour.

24  Mibien Simeon a voe: Nemuel, Jamin, Jarib, Zerak, Saol,

25  Shallum e vab, Mibsam e vab, Mishma e vab.

26  Mibien Mishma a voe: Hamuel e vab, Zakkur e vab, Shimei e vab.

27  Shimei en doe c'hwezek mab ha c'hwec'h merc'h. E vreudeur n'o doe ket kalz a vibien, hag o holl diegezhioł ne liesaas ket kement ha mibien Juda.

28  Edont o chom e Beer-Sheba, e Molada, en Hazar-Shual,

29  e Bilha, en Ezem, e Tolad,

30  e Betuel, en Horma, e Ziklag,

31  e Bet-Markabod, en Hazar-Suzim, e Bet-Birei, e Shaaraim. Ar re-se a voe o c'hźrioł betek ma renas David.

32  Hag o c'hźriadennoł a voe: Etam, Ain, Rimmon, Token, Ashan, pemp kźr anezho,

33  hag o holl gźriadennoł en-dro d'ar c'hźrioł-se, betek Baal. Ar re-se a voe o chomlec'hioł hag o lignez.

34  Meshobab, Jamlek, Josha mab Amazia,

35  Joel, Jehu mab Joshibia mab Seraja mab Aziel,

36  Eljoenai, Jaakoba, Jeshokaja, Asaja, Adiel, Jesimiel, Benaja,

37  Ziza mab Shifei mab Allon mab Jedaja mab Shimri mab Shemaja,

38  ar re-se, dileuriet dre o anvioł, a oa prińsed en o ziegezhioł. Ha tiez o zadoł a greskas kalz.

39  Mont a rejont etrezek Gedor, betek sav-heol an draonienn, o klask peurvanoł evit o loened.

40  Hag e kavjont peurvanoł druz ha mat, hag ur vro ledan a bep tu, sioul hag e peoc'h, rak ar re a oa bet o chom eno diagent a ziskenne eus Cham.

41  Ar re-se, merket dre o anvioł, a zeuas en amzer Ezekia roue Juda hag a ziskarjont o zeltennoł hag ar Vaoniz a oa eno. Lakaat a rejont anezho da verz betek hiziv, hag ec'h annezjont en o lec'h, rak peurvanoł a oa eno evit o loened.

42  En o zouez, pemp kant den, mibien Simeon, a yeas da Venez Seir. Ouzh o fenn e oa Palatia, Nearia, Refaja hag Uziel, mibien Jishei.

43  Hag e skojont war nemorant tec'hidi Amalek, hag ec'h annezjont eno betek hiziv.

 

Pennad 5

1  Setu mibien Ruben kentań-ganet Israel, rak eń a oa ar c'hentań-ganet; met dre m'en doa saotret gwele e dad, e henańded a voe roet da vibien Jozef mab Israel; koulskoude hemań ne oa ket evit bezań merket el lignezouriezh evel henań.

2  Juda a voe galloudus e-touez e vreudeur, ha dioutań eo deuet ur prińs, met an henańded a voe da Jozef.

3  Mibien Ruben kentań-ganet Israel a voe: Enok, Palu, Hezron, Karmi.

4  Mibien Joel a voe: Shemaja e vab, Gog e vab, Shimei e vab,

5  Mika e vab, Reaja e vab, Baal e vab,

6  Beera e vab, a voe kaset en dalc'hidigezh gant Tilgad-Pilnezer roue Asiria. Eń a oa prińs ar Rubeniz.

7  E vreudeur, hervez o ziegezhioł, evel ma'z int merket el lignezouriezh hervez o rummadoł, a voe: Jeiel ar penn, Zakaria,

8  Bela mab Azaz mab Shema mab Joel a oa o chom en Aroer betek Nebo ha Baal-Meon,

9  hag e oa o chom etrezek ar sav-heol e digor ar gouelec'h, adalek stźr an Eufratez, rak o zropelloł o doa liesaet e bro C'halaad.

10  En amzer Saül e rejont brezel d'an Hagareniz, a gouezhas etre o daouarn. Hag e chomjont en o zeltennoł, war-zu sav-heol Galaad.

11  Mibien Gad a oa o chom dirazo e bro Vasan, betek Salka.

12  Joel a voe an hini kentań, Shafam an eil, ha Jaenai, ha Shafad, e Basan.

13  O breudeur, eus ti o zadoł, a voe: Mikael, Meshullam, Sheba, Jorai, Jaekan, Zia, Eber, seizh anezho.

14  Ar re-se a voe mibien Abishai mab Huri, mab Jaroak, mab Galaad, mab Mikael, mab Jeshishai, mab Jakdo, mab Buz.

15  Aki mab Abdiel, mab Guni, a voe penn-bras ti o zadoł.

16  Hag e voent o chom e Galaad, e Basan hag er c'hźriadennoł tro-dro, hag e douaroł en-dro da Saron, betek o harzoł.

17  An holl re-se a voe merket el lignezouriezh en amzer Jotam roue Juda hag en amzer Jeroboam roue Israel.

18  Mibien Ruben ha Gad hag hanter-veuriad Manase, a-douez an dud kadarn o tougen ar skoed hag ar c'hleze, o tennań ar wareg hag akuitaet d'ar brezel, a oa pevar mil ha daou-ugent seizh kant tri-ugent o vont er-maez d'al lu.

19  Ober a rejont brezel d'an Hagareniz, a-enep Jetur, Nafish ha Nodab.

20  Skoazellet e voent a-enep dezho, hag an Hagareniz hag an holl re a oa ganto a voe lakaet etre o daouarn, rak er brezel e krijont da Zoue; hag e selaouas anezho, dre m'o doa lakaet o fiziańs ennań.

21  Hag e tapjont o zropelloł: hanter-kant mil kańval, daou c'hant hanter-kant mil dańvad, daou vil azen, kant mil den.

22  Un niver bras anezho a gouezhas marv, rak ar brezel a zeue eus Doue. Hag e chomjont en o lec'h betek an harlu.

23  Mibien hanter-veuriad Manase a chomas er vro adalek Basan betek Baal-Hermon ha Senir, hag e Menez Hermon. Niverus e oant.

24  Setu amań pennoł ti o zadoł: Hefer, Jishei, Eliel, Azriel, Jeremiaz, Hodaia, Jakdiel, tud kadarn, tud brudet, pennoł ti o zadoł.

25  Met a-enep Doue o zadoł e pec'hjont, hag e c'hastaoujont gant doueoł pobloł ar vro, en doa an AOTROU distrujet dirazo.

26  Doue Israel a atizas spered Pul roue Asiria ha spered Tilgad-Pilnezer roue Asiria, a harluas ar Rubeniz hag ar C'hadiz hag hanter-veuriad Manase, hag e kasas anezho da Galak, da Gabor, da Hara, betek stźr Gozan, hag e chomjont eno betek hiziv.

 

Pennad 6

1  Mibien Levi a voe: Gershon, Kehad, Merari.

2  Mibien Kehad a voe: Amram, Jizehar, Hebron, Uziel.

3  Mibien Amram a voe: Aaron, Moizez, Mari. Mibien Aaron a voe: Nadab, Abihu, Eleazar, Itamar.

4  Eleazar a voe tad da Fineaz. Fineaz a voe tad da Abishua.

5  Abishua a voe tad da Vukki. Bukki a voe tad da Uzzi.

6  Uzzi a voe tad da Zerakja. Zerakja a voe tad da Verajod.

7  Merajod a voe tad da Amaria. Amaria a voe tad da Akitub.

8  Akitub a voe tad da Zadok. Zadok a voe tad da Akimaaz.

9  Akimaaz a voe tad da Azaria. Azaria a voe tad da Johanan.

10  Johanan a voe tad da Azaria, an hini a servijas evel aberzhour en templ a savas Salomon e Jeruzalem.

11  Azaria a voe tad da Amaria. Amaria a voe tad da Akitub.

12  Akitub a voe tad da Zadok. Zadok a voe tad da Shallum.

13  Shallum a voe tad da Hilkija. Hilkija a voe tad da Azaria.

14  Azaria a voe tad da Seraja. Seraja a voe tad da Jehozadak.

15  Jehozadak a yeas kuit pa harluas an AOTROU Juda ha Jeruzalem dre zorn Nebukadnezar.

16  Mibien Levi a voe: Gershon, Kehad, Merari.

17  Setu amań anvioł mibien Gershon: Libni ha Shimei.

18  Mibien Kehad a voe: Amram, Jizehar, Hebron, Uziel.

19  Mibien Merari a voe: Mahli, Mushi. Setu aze tiegezhioł al Levited, hervez o zadoł.

20  Gershon en doe Libni e vab, Jakad e vab, Zimma e vab,

21  Joak e vab, Iddo e vab, Zerak e vab, Jeaterai e vab.

22  Mibien Kehad a voe: Aminadab e vab, Kora e vab, Asir e vab,

23  Elkana e vab, Ebjasaf e vab, Asir e vab,

24  Takad e vab, Uriel e vab, Ozia e vab, Saol e vab.

25  Mibien Elkana a voe: Amasai hag Akimod,

26  Hag Elkana en doe mibien Elkana: Zofai e vab, Nahad e vab,

27  Eliab e vab, Jerokam e vab, Elkana e vab.

28  Mibien Samuel a voe: Vashni e gentań-ganet hag Abija.

29  Mibien Merari a voe: Mahli, Libni e vab, Shimei e vab, Uzza e vab,

30  Shimea e vab, Hagia e vab, Asaja e vab.

31  Setu amań ar re a voe lakaet gant David da eeunań ar c'han e ti an AOTROU, adal ma voe an arc'h en ul lec'h diskuizh.

32  Ober a rejont servij ar c'han dirak tabernakl teltenn an engalv, ken n'en doe savet Salomon ti an AOTROU e Jeruzalem. Hag e raent o servij hervez ar reolenn a oa merket dezho.

33  Setu neuze ar re a servije gant o mibien. A-douez mibien ar Geatited: Heman ar c'haner, mab Joel, mab Samuel,

34  mab Elkana, mab Jerokam, mab Eliel, mab Toak,

35  mab Zuf, mab Elkana, mab Makad, mab Amasai,

36  mab Elkana, mab Joel, mab Azaria, mab Sofonia,

37  mab Takad, mab Asir, mab Ebjasaf, mab Kora,

38  mab Jizehar, mab Kehad, mab Levi, mab Israel;

39  e vreur Azaf, an hini en em zalc'he a-zehoł dezhań, Azaf mab Berekia, mab Shimea,

40  mab Mikael, mab Baazeja, mab Malkija,

41  mab Etni, mab Zerak, mab Adaja,

42  mab Etan, mab Zimma, mab Shimei,

43  mab Jikad, mab Gershon, mab Levi;

44  mibien Merari, o breudeur, a-gleiz: Etan mab Kishi, mab Abdi, mab Maluk,

45  mab Hashabia, mab Amazia, mab Hilkija,

46  mab Amzi, mab Bani, mab Shemer,

47  mab Mahli, mab Mushi, mab Merari, mab Levi;

48  o breudeur, al Levited, a oa karget eus an holl servijoł eus tabernakl ti an AOTROU.

49  Aaron hag e vibien a lakae da vogediń war aoter al loskaberzh ha war aoter ar c'hwezh-vat, hag e oant karget eus pep servij el lec'h santel-meurbet, hag e raent dic'haou evit Israel hervez kement en doa gourc'hemennet Moizez servijer an AOTROU.

50  Setu amań mibien Aaron: Eleazar e vab, Fineaz e vab, Abishua e vab,

51  Bukki e vab, Uzzi e vab, Zerakja e vab,

52  Merajod e vab, Amaria e vab, Akitub e vab,

53  Zadok e vab, Akimaaz e vab.

54  Setu amań o chomlec'hioł, hervez o c'hlozioł, en o harzoł. Da vibien Aaron eus tiegezh ar Gehatited, pa voe tennet d'ar sord evito,

55  e voe roet Hebron e bro Juda gant he fabourzioł tro-dro.

56  Met da Galeb mab Jefune e voe roet kźr hag he c'hźriadennoł.

57  Da vibien Aaron e voe roet kźrioł-repuiń Hebron, Libna gant he fabourzioł, Jattir hag Eshtemoa gant o fabourzioł,

58  Hilen gant he fabourzioł, Debir gant he fabourzioł,

59  Ashan gant he fabourzioł, Bet-Shemesh gant he fabourzioł,

60  hag eus meuriad Benjamin, Geba gant he fabourzioł, Alemed gant he fabourzioł, Anatod gant he fabourzioł. O holl gźrioł a oa trizek kźr, hervez o ziegezhioł.

61  Da vibien Kehad a vane eus tiegezh ar meuriad-mań, e voe roet dre ar sord dek kźr eus an hanter-veuriad, eus hanter Vanase.

62  Da vibien Gershon, hervez o ziegezhioł, e voe roet trizek kźr, eus meuriad Isakar, eus meuriad Aser, eus meuriad Neftali, eus meuriad Manase e Basan.

63  Da vibien Merari, hervez o ziegezhioł, e voe roet dre ar sord daouzek kźr, eus meuriad Ruben, eus meuriad Gad, eus meuriad Zabulon.

64  Mibien Israel a roas d'al Levited ar c'hźrioł-se gant o fabourzioł.

65  Reiń a rejont dre ar sord, eus meuriad mibien Juda, eus meuriad mibien Simeon, eus meuriad mibien Benjamin, ar c'hźrioł-se a zo merket dre o anvioł.

66  Da diegezhioł all mibien Kehad, e voe roet kźrioł eus tiriad meuriad Efraim.

67  Roet e voe dezho kźrioł-repuiń Sichem gant he fabourzioł e menez Efraim, Gezer gant he fabourzioł,

68  Jokmeam gant he fabourzioł, Bet-Horon gant he fabourzioł,

69  Ajalon gant he fabourzioł, Gad-Rimmon gant he fabourzioł;

70  hag eus hanter-veuriad Manase, Aner gant he fabourzioł, Bileam gant he fabourzioł, a voe roet da diegezhioł mibien all Kehad a vane.

71  Da vibien Gershon, e voe roet eus tiegezhioł an hanter-veuriad Manase, Golan e Basan gant he fabourzioł, Ashtarod gant he fabourzioł,

72  eus meuriad Isakar, Kedesh gant he fabourzioł, Dobrad gant he fabourzioł,

73  Ramod gant he fabourzioł, Anem gant he fabourzioł,

74  eus meuriad Aser, Mashal gant he fabourzioł, Abdon gant he fabourzioł,

75  Hukok gant he fabourzioł, Reob gant he fabourzioł,

76  eus meuriad Neftali, Kedesh e Galilea gant he fabourzioł, Hammon gant he fabourzioł, Kirjataim gant he fabourzioł.

77  Da vibien Merari, ar re a vane, e voe roet eus meuriad Zabulon, Rimmono gant he fabourzioł, Tabor gant he fabourzioł,

78  hag en tu all d'ar Jordan, a-dal da Jeriko, etrezek sav-heol ar Jordan, eus meuriad Ruben, Bezer er gouelec'h gant he fabourzioł, Jahza gant he fabourzioł,

79  Kedemod gant he fabourzioł, Mefaad gant he fabourzioł,

80  eus meuriad Gad, Ramod e Galaad gant he fabourzioł, Mahanaim gant he fabourzioł,

81  Hesbon gant he fabourzioł, Jaezer gant he fabourzioł.

 

Pennad 7

1  Mibien Isakar a voe: Tola, Pua, Jashub, Shimron, pevar anezho.

2  Mibien Tola a voe: Uzzi, Refaja, Jeriel, Jakmai, Jibsam, Samuel, pennoł tiez o zadoł, eus Tola, brezelourien galonek en o rummadoł. O niver en amzer David a oa daou vil warn-ugent c'hwec'h kant.

3  Mab Uzzi a voe: Jizrakja. Mibien Jizrakja a voe: Mikael, Abdia, Joel, Jishija, pemp penn holl anezho.

4  Ha ganto, hervez o rummadoł hag hervez tiez o zadoł, e oa bagadoł soudarded evit ar brezel: c'hwec'h mil den ha tregont anezho, rak o doa kalz gwragez ha mibien.

5  Hag o breudeur, hervez holl diegezhioł Isakar, brezelourien galonek, a oa seizh mil ha pevar-ugent, merket el lignezouriezh.

6  Mibien Benjamin a voe: Bela, Beker, Jediael, tri anezho.

7  Mibien Bela a voe: Ezbon, Uzzi, Uziel, Jerimod, Iri, pemp penn-bras tiez o zadoł, brezelourien galonek, a oa daou vil warn-ugent pevar ha tregont, merket el lignezouriezh.

8  Mibien Beker a voe: Zemira, Joaz, Eliezer, Eljoenai, Omri, Jerimod, Abija, Anatod, Alamed, an holl re-se a voe mibien Beker,

9  merket el lignezouriezh hervez o rummadoł, evel pennoł tiez o zadoł, brezelourien galonek, e oant ugent mil daou c'hant.

10  Mab Jediael a voe: Bilhan. Mibien Bilhan a voe: Jeush, Benjamin, Ehud, Kenaana, Zetan, Tarsiz, Akishakar,

11  an holl re-se a voe mibien Jediael, pennoł tiez o zadoł, brezelourien galonek, hag e oant seitek mil daou c'hant o vont d'an arme evit ar brezel.

12  Shuppim hag Huppim a voe mibien Ir. Hushim a voe mab Aker.

13  Mibien Neftali a voe: Jahziel, Guni, Jezer, Shallum, mibien Bilha.

14  Mab Manase: Asriel, a c'hanas e serc'h siriat; genel a reas Makir tad Galaad.

15  Makir a gemeras ur wreg eus Huppim hag eus Shuppim. Anv e c'hoar a oa Maaka. Anv e eil mab a oa Zelofkad. Zelofkad en doe merc'hed.

16  Maaka gwreg Makir a c'hanas ur mab hag a anvas anezhań Peresh. Anv e vreur a oa Sheresh, hag e vibien a oa Ulam ha Rekem.

17  Mab Ulam a voe: Bedan. Ar re-se a voe mibien Galaad mab Makir mab Manase.

18  E c'hoar Hammoleked a c'hanas: Ishod, Abiezer, Mahla.

19  Mibien Shemida a voe: Akian, Sichem, Likhi, Aniam.

20  Mibien Efraim a voe: Shutela, Bered e vab, Takad e vab, Eleada e vab, Takad e vab,

21  Zabad e vab, Shutela e vab, hag Ezer hag Elead. Tud Gad, bet ganet er vro, a lazhas anezho dre ma oant diskennet da dapout o zropelloł.

22  Efraim o zad a voe er c'hańv e-pad kalz a zeizioł, hag e vreudeur a zeuas d'e frealziń.

23  Hag ez eas etrezek e wreg, a gońsevas hag a c'hanas ur mab, hag ec'h anvas anezhań Beria, dre ma oa ar gwalleur en e di.

24  E verc'h a voe: Sheera, a savas Bet-Horon-Izelań, Bet-Horon-Uhelań hag Uzzen-Sheera.

25  E vab a voe Refak, Resehef, Telak e vab, Tahan e vab,

26  Laadan e vab, Amihud e vab, Elishama e vab,

27  Nun e vab, Jozue e vab.

28  O dalc'hioł hag o chomlec'hioł a voe: Betel hag ar c'hźriadennoł tro-dro; etrezek ar sav-heol, Naaran; etrezek ar c'huzh-heol, Gezer hag ar c'hźriadennoł tro-dro, Sichem hag ar c'hźriadennoł tro-dro, betek Gaza hag ar c'hźriadennoł tro-dro.

29  Mibien Manase a berc'hennas: Bet-Shean hag ar c'hźriadennoł tro-dro, Taanak hag ar c'hźriadennoł tro-dro, Megiddo hag ar c'hźriadennoł tro-dro, Dor hag ar c'hźriadennoł tro-dro. Er c'hźrioł-se e voe o chom mibien Jozef mab Israel.

30  Mibien Aser a voe: Jimna, Jishva, Jishvi, Beria, Serak o c'hoar.

31  Mibien Beria a voe: Heber, Malkiel, a voe tad da Virzavid.

32  Heber a voe tad da Jafled, da Shomer, da Hotam, da Shua o c'hoar.

33  Mibien Jafled a voe: Pasak, Bimhal, Ashvad. Ar re-se a voe mibien Jafled.

34  Mibien Shomer a voe: Aki, Rohega, Hubba, Aram.

35  Mibien e vreur Helem a voe: Zofak, Jimna, Shelesh, Amal.

36  Mibien Zofak a voe: Suak, Harnefer, Shual, Beri, Jimra,

37  Bezer, Hod, Shamma, Shilsha, Jitran, Beera.

38  Mibien Jeter a voe: Jefune, Pispa, Ara.

39  Mibien Ulla a voe: Arak, Haniel, Rizia.

40  An holl re-se a voe mibien Aser, pennoł tiez o zadoł, tud an dibab, brezelourien galonek, pennoł ar renerien, o niver a oa c'hwec'h mil warn-ugent, merket el lignezouriezh evit ar brezel.

 

Pennad 8

1  Benjamin a voe tad da Vela e gentań-ganet, Ashbel an eil, Akrak an trede,

2  Noka ar pevare, Rafa ar pempvet.

3  Mibien Bela a voe: Adar, Gera, Abihud,

4  Abishua, Naaman, Akoak,

5  Gera, Shefufan, Huram.

6  Ar re-se a oa mibien Ehud; ar re-se a oa pennoł tadoł tud Geba, hag e voent treuzdouget da Vanahad:

7  Naaman, Akija, Gera, hemań eo o dougas. Tad e voe da Uzza ha da Akikud.

8  Shakaraim en doe mibien e bro Voab, goude bezań kaset kuit Hushim ha Baara e wragez

9  Hag eus Hodesh e wreg e voe tad da Jobab, Zibia, Mesha, Malkam,

10  Jeuz, Shokja, Mirma. Ar re-se a voe e vibien, pennoł tadoł.

11  Eus Hushim e voe tad da Abitub hag Elpaal.

12  Mibien Elpaal a voe: Eber, Misham, Shemer, a savas Ono ha Lod hag ar c'hźriadennoł tro-dro.

13  Beria ha Shema a voe pennoł tadoł tud Ajalon, hag e lakajont da dec'hout annezidi Gad.

14  Akjo, Shashak, Jeremoth,

15  Zebadja, Arad, Eder,

16  Mikael, Jishfa, Joha a voe mibien Beria.

17  Zebadja, Meshullam, Hizki, Heber,

18  Jishmerai, Jizlia, Jobab a voe mibien Elpaal.

19  Jakim, Zikri, Zabdi,

20  Elienai, Ziltai, Eliel,

21  Adaja, Beraja, Shimrad a voe mibien Shimei.

22  Jishpan, Eber, Eliel,

23  Abdon, Zikri, Hanan,

24  Hanania, Elam, Antotija,

25  Jifdeja, Penuel a voe mibien Shashak.

26  Shamsherai, Shekaria, Atalia,

27  Jaareshia, Elija, Zikri a voe mibien Jerokam.

28  Ar re-se a voe pennoł tadoł, ar pennoł hervez o rummadoł a oa o chom e Jeruzalem.

29  Tad Gabaon a voe o chom e Gabaon, anv e wreg a oa Maaka.

30  E vab kentań-ganet a voe Abdon, ha goude: Zur, Kish, Baal, Nadab,

31  Gedor, Akjo, Zeker.

32  Miklod a voe tad da Shimea. Hag e oant o chom ivez e-kichen o breudeur, e Jeruzalem gant o breudeur.

33  Ner a voe tad da Gish. Kish a voe tad da Saol. Saol a voe tad da Jonatan, Malkishua, Abinadab, Eshbaal.

34  Mab Jonatan a voe Meribbaal. Meribbaal a voe tad da Vika.

35  Mibien Mika a voe: Piton, Melek, Taerea, Akaz.

36  Akaz a voe tad da Jehoada. Jehoada a voe tad da Alemed, Azmaved, Zimri. Zimri a voe tad da Voza.

37  Moza a voe tad da Vinea, a voe tad da Rafa, a voe tad da Eleaza, a voe tad da Azel.

38  Azel en doe c'hwec'h mab, setu amań o anvioł: Azrikam, Bokru, Ismael, Shearia, Abdia, Hanan. An holl re-se a voe mibien Azel.

39  Mibien Eshek e vreur a voe: Ulam e gentań-ganet, Jeush an eil, Elifeled an trede.

40  Mibien Ulam a voe brezelourien galonek o tennań ar wareg; hag o doe kalz a vibien hag a vibien-vihan: kant hanter-kant. An holl re-se a voe mibien Benjamin.

 

Pennad 9

1  Holl re Israel a voe enrollet el lignezouriezh, ha setu ez int marilhet e Levr Rouaned Israel. Ha Juda a voe harluet da Vabilon en abeg d'o difealded.

2  Hag an dud kentań a voe o chom en o dalc'hioł, en o c'hźrioł, a voe an Israeliz, an aberzhourien, al Levited hag an Netiniz.

3  E Jeruzalem e voe o chom eus mibien Juda, eus mibien Benjamin, eus mibien Efraim ha Manase.

4  Utai mab Amihud mab Omri mab Imri mab Bani mab Perez mab Juda.

5  Eus ar Shiloniz: Asaja ar c'hentań-ganet hag e vibien.

6  Eus mibien Zerak: Jeuel hag e vreudeur, c'hwec'h kant dek ha pevar-ugent.

7  Eus mibien Benjamin: Sallu mab Meshullam mab Hodaia mab Asenua;

8  Jibneja mab Jerokam; Ela mab Uzzi mab Mikri; Meshullam mab Shefatia mab Reuel mab Jibneja;

9  o breudeur, hervez o lignez, nav c'hant c'hwec'h hag hanter-kant. An holl dud-se a voe pennoł tadoł, hervez ti o zadoł.

10  Eus an aberzhourien: Jedaja; Jehojarib; Jakin;

11  Azaria mab Hilkija mab Meshullam mab Zadok mab Merajod mab Akitub gouarnour ti Doue;

12  Adaja mab Jerokam mab Pashur mab Malkija; Maasai mab Adiel mab Jakzera mab Meshullam mab Meshillemid mab Immer;

13  o breudeur pennoł tiez o zadoł, mil seizh kant tri-ugent, tud kalonek evit labour ar servij e ti Doue.

14  Eus al Levited: Shemaja mab Hashub mab Azrikam mab Hashabia, eus mibien Merari;

15  Bakbakkar; Heresh; Galal; Matania mab Mika mab Zikri mab Azaf;

16  Abdia mab Shemaja mab Galal mab Jedutun; Berekia mab Asa, mab Elkana, a oa o chom e kźriadennoł an Netofatiz.

17  Ar borzhierien: Shallum; Akkub; Talmon; Akiman; o breudeur; Shallum a oa ar penn,

18  ha betek bremań ez int ouzh dor ar Roue, ouzh ar sav-heol. Ar re-se a zo ar borzhierien evit kamp mibien Levi.

19  Shallum mab Kora, mab Ebjasaf, mab Kora, hag e vreudeur eus tiegezh Kora, ar Gorahiz, o doa karg ar servij eus diwaller treuzoł an deltenn. O zadoł o doa diwalet digor kamp an AOTROU.

20  Fineaz mab Eleazar a oa bet o fenn gwechall, hag an AOTROU a oa gantań.

21  Zakaria mab Meshelemia a oa porzhier ouzh digor teltenn an engalv.

22  An holl re a voe dibabet da vezań porzhierien ouzh an treuzoł a oa daou c'hant daouzek. Merket e voent el lignezouriezh hervez o c'hźriadennoł; David ha Samuel an diouganer en doa o lakaet en o c'harg.

23  Int hag o mibien a ziwalle dorojoł ti an AOTROU, ti an deltenn.

24  Bez' e oa porzhierien er pevar avel, ouzh ar sav-heol, ouzh ar c'huzh-heol, ouzh an hanternoz, ouzh ar c'hreisteiz.

25  O breudeur a oa er c'hźriadennoł o doa da zont d'o c'havout, a amzer da amzer, e-pad seizh devezh.

26  Rak ar pevar fenn-porzhier o doa en o c'harg da eveshaat war ar c'hambroł ha war deńzorioł ti Doue. Levited e oant.

27  En em zerc'hel a raent e-pad an noz en-dro da di Doue, rak ar gward anezhań a oa dezho, hag o doa ar garg d'e zigeriń bep mintin.

28  Bez' e oa ivez darn hag a oa lakaet war listri ar servij, rak niveret e oant pan o c'hasent e-barzh, ha niveret e oant pan o c'hasent er-maez

29  Bez' e oa ivez darn hag a oa lakaet war al listri all ha war draoł all ar santual, war ar flour bleud, ar gwin, an eoul, an ezańs, al louzoł-frondus.

30  Ar re a rae ar c'hwezh-vat gant ispisoł a oa mibien an aberzhourien.

31  Matitia, a-douez al Levited, kentań-ganet Shallum ar C'horahiz, en doa ar garg eus ar gwestell poazhet er paelonoł.

32  E-touez mibien ar Gehatited, o breudeur, e oa ar re o doa ar garg eus ar baraoł a ginnig, da fichań pep sabad.

33  Ar re-se a oa ar ganerien, pennoł tadoł al Levited, hag e oant o chom er c'hambroł, divec'h diouzh kargoł all, dre ma tleent bezań er servij deiz ha noz.

34  Ar re-se a oa pennoł tadoł al Levited, pennoł hervez o rummadoł, hag e oant o chom e Jeruzalem.

35  Jeiel tad Gabaon a oa o chom e Gabaon. Anv e wreg a oa Maaka.

36  E vab kentań-ganet a voe Abdon, ha goude: Zur, Kish, Baal, Ner, Nadab,

37  Gedor, Akjo, Zakaria, Miklod.

38  Miklod a voe tad da Shimeam. Hag e voent o chom ivez a-dal d'o breudeur e Jeruzalem, gant o breudeur.

39  Ner a voe tad da Gish, ha Kish a voe tad da Saül. Saül a voe tad da Jonatan, Malkishua, Abinadab, Eshbaal.

40  Mab Jonatan a voe Merib-Baal. Merib-Baal a voe tad da Vika.

41  Mibien Mika a voe: Piton, Melek, Takrea,

42  hag Akaz a voe tad da Jaera. Jaera a voe tad da Alemed, Azmaved, Zimri. Zimri a voe tad da Voza.

43  Moza a voe tad da Vinea, en doe da vab Refaja, en doe da vab Eleaza, en doe da vab Azel.

44  Azel en doe c'hwec'h mab ha setu o anvioł: Azrikam, Bokru, Ismael, Shearia, Abdia, Hanan. Ar re-se a voe mibien Azel.

 

Pennad 10

1  Ar Filistined a vrezelas a-enep Israel, ha re Israel a dec'has dirak a Filistined hag a gouezhas marv war venez Gilboa.

2  Ar Filistined a redas war-lerc'h Saül hag e vibien, hag e lazhjont Jonatan, Abinadab ha Malkishua, mibien Saül.

3  Nerzh an emgann a gouezhas war Saül. Ar waregerien a gavas anezhań, hag en doe aon dirak ar waregerien.

4  Neuze Saül a lavaras d'an hini a zouge e armoł: Tenn da gleze ha trebarzh-me, gant aon na zeufe an diamdroc'hidi-se da zrougober ouzhin. Met an hini a zouge e armoł ne fellas ket dezhań, rak spouronet e oa. Saül a gemeras e gleze hag en em daolas warnań.

5  Hag an hini a zouge e armoł, o welout e oa marvet Saül, en em daolas, eń ivez, war e gleze hag a varvas.

6  Evel-se e varvas Saül hag e dri mab, hag e holl di a varvas a-gevret.

7  Holl dud Israel eus an draonienn, o welout e tec'hed hag e oa marvet Saül hag e vibien, a zilezas o c'hźrioł hag a dec'has. Hag ar Filistined a zeuas da chom enno.

8  An deiz war-lerc'h, ar Filistined a zeuas da ziwiskań ar re varv, hag e kavjont Saül hag e vibien astennet war venez Gilboa.

9  E ziwiskań a rejont, hag e kasjont ganto e benn hag e armoł. Hag ec'h embannjont dre vro ar Filistined ar c'heloł, d'o idoloł ha d'ar bobl.

10  Lakaat a rejont e armoł e ti o doue, hag a stagjont e glopenn e ti Dagon.

11  Holl Jabez e Galaad a glevas kement o doa graet ar Filistined da Saül,

12  hag holl dud kadarn a savas hag a gemeras korf Saül ha korfoł e vibien d'o degas da Jabez. Sebeliań a rejont o eskern dindan un dervenn e Jabez, hag e yunjont seizh deiz.

13  Evel-se e varvas Saül en abeg d'ar pec'hed en doa graet a-enep an AOTROU, a-enep komz an AOTROU n'en doa ket miret, dre m'en doa goulennataet ur spered evit kaout kuzul.

14  N'en doa ket klasket kuzul e-kichen an AOTROU, hag an AOTROU a lakaas anezhań d'ar marv, hag a roas ar rouantelezh da Zavid mab Jese.

 

Pennad 11

1  Hag holl Israel a yeas da gavout David, da Hebron, en ur lavarout: Setu, ni a zo da eskern ha da gig.

2  Diagent zoken, pa oa Saül roue, te eo an hini a gase er-maez hag a zegase en-dro Israel. Hag an AOTROU da Zoue en deus lavaret dit: Te a vesaio va fobl Israel, te a vo penn va fobl Israel.

3  Holl henaourien Israel a zeuas eta etrezek ar roue da Hebron, ha David a reas ganto un emglev en Hebron dirak an AOTROU. Hag ec'h olevjont David da roue war Israel, hervez komz an AOTROU a oa bet disklźriet dre Samuel.

4  Hag e kerzhas David hag holl Israel war Jeruzalem, hag a oa Jebuz; eno e oa ar Jebuziz, annezidi ar vro.

5  Annezidi Jebuz a lavaras da Zavid: Ne zeui ket amań. Met David a dapas kreńvlec'h Sion, hag a zo kźr David.

6  David en doa lavaret: Piv bennak en devo skoet war ar Jebuziz da gentań a vo penn-bras ha prińs. Ha Joab mab Zeruja a bignas da gentań, hag e teuas da vezań penn-bras.

7  David a annezas er c’hreńvlec’h, setu perak e voe anvet kźr David.

8  Sevel a reas kźr tro-dro, adalek Milho hag he zrowardroioł. Joab a aozas nemorant ar gźr.

9  Ha David a zeue da vezań brasoc'h-brasań, hag AOTROU an armeoł a oa gantań.

10  Setu amań pennoł an dud kadarn a oa gant David, hag a sikouras anezhań gant holl Israel en e rouantelezh, evit e lakaat da ren, hervez komz an AOTROU diwar-benn Israel.

11  Setu eta niver an dud kadarn a oa gant David: Jashobeam mab Hakmoni, penn an ofiserien. Hejań a reas e c'hoaf war dri c'hant den, a lakaas da vervel en ur wech hepken.

12  War e lerc'h, Eleazar mab Dodo an Akokiad a oa unan eus an tri den kreńv.

13  Eń a oa gant David e Pasdammim, e-lec'h ma oa en em zastumet ar Filistined evit an emgann. Bez' e oa ul lodenn eus ur park leun a heiz, hag ar bobl a dec'he dirak ar Filistined.

14  Hag en em lakajont e-kreiz al lodenn-mań, hag e tifennjont anezhi, hag e piljont ar Filistined. An AOTROU a roas dezho un dieubidigezh vras.

15  Tri eus an tregont penn a ziskennas war ar roc'h da gavout David e kev Adullam, pa oa ar Filistined o kampiń e traonienn ar Refaim.

16  David a oa neuze er c'hreńvlec'h, hag e-keit-se e oa gwarnizon ar Filistined e Betlehem.

17  David a c'hoantaas un dra bennak o lavarout: Piv a raio din evań dour eus ar puńs a zo ouzh dor Betlehem?

18  Neuze an tri den-se a yeas a-dreuz kamp ar Filistined hag a dennas dour eus ar puńs a zo ouzh dor Betlehem, hag en degasjont d'e ginnig da Zavid. Met David ne fellas ket dezhań e evań, hag e skuilhas anezhań dirak an AOTROU.

19  Hag e lavaras: Ra viro ouzhin an AOTROU d'ober an dra-se. Hag ec'h evfen gwad an dud-se a zo aet war var o buhez? Rak e zegaset o deus war var o buhez. Ha ne fellas ket dezhań evań anezhań. Setu ar pezh a reas an tri den kadarn-se.

20  Abishai breur Joab a oa penn an tri. Hejań a reas e c'hoaf war dri c'hant den, hag o lazhas, hag en devoe brud e-touez an tri.

21  E-touez an tri e voe enoret muioc'h eget an daou all, hag e voe o fenn. Met ne oa ket kevatal d'an tri c'hentań.

22  Benaja mab Jehojada, mab un den kadarn eus Kabzeel, en doa graet oberoł bras. Lazhań a reas daou zen eus ar re c'halloudusań eus Moab. Diskenn a reas ivez hag e skoas war ul leon e-kreiz ur poull, un devezh erc'h.

23  Skeiń a reas war un Ejipsian pemp ilinad (~ 2,50 m) sav dezhań. An Ejipsian-se en doa en e zorn ur goaf evel ur granenn eus ur stern-gwiader. Met eń a ziskennas d'e gavout gant ur vazh, hag e tiframmas ar goaf eus dorn an Ejipsian, hag e lazhas anezhań gant e c'hoaf.

24  Setu ar pezh a reas Benaja mab Jehojada, hag e voe brudet e anv e-touez an tri den kadarn.

25  Enoret e voe muioc'h eget an tregont, met ne oa ket kevatal d'an tri c'hentań. David a lakaas anezhań en e guzul.

26  Tud kadarn an arme a oa: Asael mab Joab, Elkanan mab Dodo eus Betlehem,

27  Shammod an Haroriad, Helez ar Peloniad,

28  Ira mab Ikkesh an Tekoatad, Abiezer eus Anatod,

29  Sibbekai an Hushaiad, Ilai an Akoakiad,

30  Maharai an Netofatad, Heled an Akokiad,

31  Ithai mab Ribai eus Gibea eus mibien Benjamin, Benaja ar Piratoniad,

32  Hurai eus froudoł Gaash, Abiel an Arbatiad,

33  Azmaved ar Baharumad, Eliakba ar Shaalbonad,

34  mibien Hashem ar Gizoniad, Jonatan mab Shage an Harariad,

35  Akiam mab Sakar an Harariad, Elifal mab Ur,

36  Hefer ar Mekeratiad, Akija ar Peloniad,

37  Hezro eus Karmel, Naarai mab Ezbai,

38  Joel breur Natan, Mibkar mab Hagri,

39  Zelek an Ammonad, Nakrai ar Berotiad a zouge armoł Joab mab Zeruja,

40  Ira ar Jetrian, Gareb ar Jetrian,

41  Uri an Hitit, Zabad mab Aklai,

42  Adina mab Shina ar Rubenad, penn ar Rubeniz, ha tregont gantań,

43  Hanan mab Maaka, Jozafad ar Mitniad,

44  Ozia an Ashteratiad, Shama ha Jehiel mibien Hotam an Aroeriad,

45  Jediael mab Shimri, Joka e vreur an Tiziad,

46  Eliel eus Makavim, Jeribai ha Joshavia mibien Elnaam, Jitma ar Moabad,

47  Eliel, Obed ha Jaasiel ar Mezobajad.

 

Pennad 12

1  Setu amań ar re a yeas da gavout David da Ziklag, pa oa c'hoazh pellaet a-zirak Saül mab Kish. Int a oa e-touez an dud kadarn a skoazellas anezhań er brezel,

2  armet gant gwaregi, e c'hellent teurel mein gant o dorn dehou ha gant o dorn kleiz, ha tennań biroł gant o gwareg. Eus Benjamin e oant, a-douez breudeur Saül:

3  Akiezer ar penn ha Joaz, mibien Shemaa eus Gibea; Jeziel ha Peled mibien Azmaved; Beraka; Jehu eus Anatod,

4  Jishmaeja ar Gabaoniad, kadarn e-touez an tregont, ha dreist an tregont; Jeremiaz; Jakaziel; Jokanan; Jozabad ar Gederatad;

5  Eluzai; Jerimod; Bealia; Shemaria; Shefatia an Harufian;

6  Elkana; Jishija; Azareel, Joezer ha Jashobeam, ar Gorahiz;

7  Joela ha Zebadia mibien Jerokam eus Gedor.

8  A-douez ar C'hadiz, tud kadarn en em dennas e-kichen David d'ar c'hreńvlec'h er gouelec'h, tud a vrezel evit an emgann, ampart da embregań ar skoed hag ar goaf, heńvel o dremmoł ouzh dremmoł leoned, herrek evel gazeled war ar menezioł:

9  Ezer ar penn, Abdia an eil, Eliab an trede,

10  Mishmanna ar pevare, Jeremiaz ar pempvet,

11  Atai ar c'hwec'hvet, Eliel ar seizhvet,

12  Jokanan an eizhvet, Elzabad an navet,

13  Jeremiaz an dekvet, Makbanai an unnekvet.

14  Ar re-se, a-douez mibien Gad, a voe ofiserien an arme. Unan a-douez ar re zisterań a dalveze kant, hag an hini brasań mil.

15  Ar re-se eo a dreuzas ar Jordan er miz kentań, pa zic'hlanne dreist d'e ribloł. Hag e lakajont da dec'hout holl dud an traoniennoł, eus ar sav-heol hag eus ar c'huzh-heol.

16  Reoł eus mibien Benjamin ivez a zeuas da gavout David er c'hreńvlec'h.

17  David a yeas er-maez war arbenn dezho hag a gemeras ar gomz o lavarout: Mard oc'h deuet e peoc'h etrezek ennon, evit va skoazellań, va c'halon a vo unanet ganeoc'h, met mard eo evit va zouellań evit mad va enebourien, pa n'on kablus eus feulster ebet, ra vo gwelet ha dinac'het kement-se gant Doue hon tadoł.

18  Neuze ar Spered a wiskas Amasai penn an tregont, a lavaras: Ni a zo dit, David, ha ganit, mab Jese! Peoc'h, Peoc'h dit! Ha peoc'h d'ar re a skoazell ac'hanout, rak Doue en deus da skoazellet! David a zegemeras anezho, hag o lakaas e-touez ofiserien e strolladoł.

19  Reoł eus Manase ivez a yeas da Zavid, pa zeuas gant ar Filistined d'ober brezel a-enep Saül mab Kish. Met ne sikourjont ket anezho, rak prińsed ar Filistined, goude bezań en em guzuliet, en kasas kuit en ur lavarout: Tremen a raio d'e aotrou Saül, war var hor pennoł.

20  Pa zistroas da Ziklag, ar re-mań eus Manase a yeas gantań: Adnak, Jozabad, Jediael, Mikael, Jozabad, Elihu ha Ziltai, pennoł milieroł Manase.

21  Ar re-se a skoazellas David a-enep bandennoł, rak brezelourien gadarn e oant holl, hag e voent ofiserien en arme.

22  Ha bemdez e teue tud da Zavid evit e skoazellań, betek ober ur c'hamp bras evel kamp Doue.

23  Setu amań niveradeg an dud harnezet evit an arme a zeuas da gavout David da Hebron, evit reiń dezhań rouantelezh Saül, hervez urzh an AOTROU:

24  mibien Juda o tougen ar skoed hag ar goaf: c'hwec'h mil eizh kant, harnezet evit ar brezel;

25  mibien Simeon: soudarded kadarn, seizh mil kant;

26  mibien Levi: pevar mil c'hwec'h kant,

27  ha Jehojada, prińs Aaron, ha tri mil seizh kant gantań,

28  ha Zadok, den yaouank kreńv ha kalonek, ha daou benn-brezel warn-ugent eus ti e dad;

29  mibien Benjamin, breudeur Saül: tri mil, rak betek neuze an darn vuiań anezho a oa manet stag ouzh ti Saül;

30  mibien Efraim: ugent mil eizh kant den kreńv ha kalonek, brudet e ti o zadoł;

31  eus hanter-veuriad Manase: triwec'h mil, a voe anvet dre o anvioł evit mont da lakaat David da roue;

32  mibien Isakar, meizek evit merzout an amzerioł hag anavezout petra a rafe Israel: daou c'hant eus o ofiserien, hag o holl vreudeur dindan o urzh;

33  eus Zabulon: hanter-kant mil o vont er-maez d'al lu, doareet evit an emgann, gant armoł ar brezel, evit derc'hel o renk, gant ur galon youlek;

34  eus Neftali, mil penn-brezel, ha seizh mil ha tregont ganto, o tougen ar skoed hag ar goaf;

35  eus Dan, eizh mil warn-ugent c'hwec'h kant, doareet evit an emgann;

36  eus Aser, daou-ugent mil o vont d'an arme ha doareet evit an emgann;

37  eus an tu all d'ar Jordan, eus ar Rubeniz , eus ar C'hadiz hag eus hanter-veuriad Manase, kant ugent mil, gant holl armoł ul lu e brezel.

38  An holl re-se, tud a vrezel, o terc'hel o renk, a zeuas gant ur galon youlek da Hebron, evit lakaat David da roue war holl Israel. Hag holl nemorant Israel a oa ivez a-unvan evit lakaat David da roue.

39  Hag e voent eno gant David, o tebriń hag oc'h evań e-pad tri devezh, rak o breudeur o doa aozet bevańs evito.

40  Hag ar re zoken a oa tost dezho, betek Isakar, Zabulon ha Neftali, a gasas bevańs war ezen, war gańvaled, war vuled ha war ejened. Kas a rejont boued, bleud, fiez sec'h, rezin sec'h, gwin, eoul, saout ha deńved e-leizh, rak levenez a oa en Israel.

 

Pennad 13

1  Ha David en em guzulias gant pennoł ar milieroł hag ar c'hantoł, ha gant holl renerien ar bobl.

2  Ha David a lavaras da holl vodadenn Israel: Mar kavit mat, ha mard eo a-berzh an AOTROU hon Doue, kasomp etrezek hor breudeur all a zo o chom en holl rannvroioł Israel, hag ivez etrezek an aberzhourien hag al Levited en o c'hźrioł hag o fabourzioł, evit ma en em zastumint ganeomp,

3  ha degasomp arc'h hon Doue davedomp, rak n'hon eus ket klasket anezhi en amzer Saül.

4  Hag an holl vodadenn a lavaras ober kement-se, rak an dra-se a voe kavet mat gant an holl bobl.

5  David a zastumas eta holl Israel, adalek ar Shihor en Ejipt betek digor Hamad, evit degas arc'h Doue eus Kirjad-Jearim.

6  Ha David a bignas gant holl Israel da Vaala, e Kirjad-Jearim hag a zo e Juda, evit lakaat da bignat ac'hane arc'h Doue, an AOTROU a zo o chom etre ar cherubined, e-lec'h ma vez galvet e anv.

7  Lakaat a rejont arc'h Doue war ur c'harr nevez, o vont kuit eus ti Abinadab. Uzza hag Akjo a rene ar c'harr.

8  David hag holl Israel a zańse dirak Doue a holl nerzh, gant kanaouennoł, gant telennoł, gant lourennoł, gant taboulinoł, gant simbalennoł ha gant trompilhoł.

9  Pa voent erruet betek leur Gidon, Uzza a astennas e zorn evit derc'hel an arc'h, rak an ejened o doa strebotet.

10  Kounnar an AOTROU a entanas a-enep Uzza, hag e skoas gantań, dre m'en doa astennet e zorn war an arc'h. Hag e varvas eno dirak Doue.

11  Ha David a voe glac'haret rak an AOTROU en doa graet un toull-freuz war Uzza. Hag eo bet galvet betek hiziv al lec'h-se: Perez-Uzza (= toull-freuz Uzza).

12  David en doe aon rak Doue en deiz-se, hag e lavaras: Penaos e kasin arc'h Doue da'm zi?

13  Ha David ne zegasas ket an arc'h d'e di e kźr David, met da di Obed-Edom eus Gad e tistroas anezhi.

14  Arc'h Doue a chomas tri miz gant tiegezh Obed-Edom, en e di. Hag an AOTROU a vennigas ti Obed-Edom ha kement a oa dezhań.

 

Pennad 14

1  Hiram roue Tir a gasas kannaded da gavout David, ha koad sedrez, benerien ha kilvizien evit sevel un ti dezhań.

2  David a ouezas e oa bet startaet gant an AOTROU evel roue war Israel, rak e rouantelezh a oa bet savet uhel abalamour d'e bobl Israel.

3  David a gemeras c'hoazh gwragez e Jeruzalem, hag e voe tad c'hoazh da vibien ha da verc'hed.

4  Setu amań anvioł ar re a voe ganet dezhań e Jeruzalem: Shammua, Shobab, Natan, Salomon,

5  Jibar, Elishua, Elpeled,

6  Noga, Nefeg, Jafia,

7  Elishama, Beeliada, Elifeled.

8  Ar Filistined a ouezas e oa bet olevet David evel roue war holl Israel, hag an holl Filistined a bignas da glask David. David en klevas hag a yeas er-maez a-enep dezho.

9  Ar Filistined a zeuas hag en em strewas e traonienn ar Refaim.

10  David a c'houlennatas an AOTROU o lavarout: Ha pignat a rin a-enep ar Filistined, hag o lakaat a ri etre va daouarn? Hag an AOTROU a lavaras: Pign, o lakaat a rin etre da zaouarn.

11  Hag e pignjont da Vaal-Perazim, ha David a bilas anezho eno, hag e lavaras: Doue en deus stlabezet va enebourien dre va dorn evel doureier o tic'hlannań. Setu perak e voe anvet al lec'h-se Baal-Perazim (= mestr an toulloł-freuz).

12  Lezel a rejont eno o doueoł, ha David a urzhias deviń anezho.

13  Hag ar Filistined en em strewas a-nevez en draonienn.

14  David a c'houlennatas c'hoazh Doue, ha Doue a lavaras: Na bign ket war o lerc'h, kae hebiou dezho, hag e teui a-enep dezho a-dal d'ar mouarennoł.

15  Pa glevi trouz kammedoł war-lein ar mouarennoł, neuze ez i d'an emgann en o enep, rak Doue a vo aet er-maez dirazout evit skeiń war gamp ar Filistined.

16  David a reas evel m'en doa gourc'hemennet dezhań Doue, hag e skojont war gamp ar Filistined abaoe Gabaon betek Gezer.

17  Ha brud David en em skuilhas dre an holl vroioł. An AOTROU a lakaas ar spont anezhań war an holl vroadoł.

 

Pennad 15

1  David a savas tiez evitań e-unan e kźr David, hag e kempennas ul lec'h evit arc'h Doue, hag e savas un deltenn eviti.

2  Lavarout a reas: Arc'h Doue ne zle bezań douget nemet gant al Levited, rak an AOTROU en deus dibabet anezho evit ober he servij da viken.

3  David a zastumas holl Israel e Jeruzalem, evit degas arc'h an AOTROU betek al lec'h en doa kempennet dezhi.

4  David a zastumas mibien Aaron hag al Levited:

5  eus mibien Kehad, Uriel ar penn hag e vreudeur, kant ugent;

6  eus mibien Merari, Asaja ar penn hag e vreudeur, daou c'hant ugent;

7  eus mibien Gershon, Joel ar penn hag e vreudeur, kant tregont;

8  eus mibien Elizafan, Shemaja ar penn hag e vreudeur, daou c'hant;

9  eus mibien Hebron, Eliel ar penn hag e vreudeur, pevar-ugent;

10  eus mibien Uziel, Aminadab ar penn hag e vreudeur, kant daouzek.

11  David a c'halvas Zadok hag Abiatar an aberzhourien, hag al Levited Uriel, Asaja, Joel, Shemaja, Eliel hag Aminadab,

12  hag e lavaras dezho: C'hwi hag a zo pennoł tadoł al Levited, en em santelait, c'hwi hag ho preudeur, ha degasit arc'h an AOTROU Doue Israel betek al lec'h ma em eus kempennet dezhi.

13  Dre ma ne oac'h ket aze ar wech kentań, an AOTROU hon Doue a reas un toull-freuz en hon touez, rak n'hon eus ket e glasket hervez ma'z eo urzhiet deomp.

14  An aberzhourien hag al Levited en em santelajont, evit degas arc'h an AOTROU Doue Israel.

15  Mibien al Levited a zougas arc'h Doue war o skoazioł, gant ar barrennoł, evel m'en doa gourc'hemennet Moizez, hag hervez komz an AOTROU.

16  David a lavaras da bennoł al Levited dibab o breudeur, ar ganerien, gant o binvioł, lourennoł, telennoł ha simbalennoł, evit seniń hag ober klevout o mouezhioł gant levenez.

17  Al Levited a zibabas: Heman mab Joel; a-douez e vreudeur, Azaf mab Berekia; a-douez mibien Merari o breudeur, Etan mab Kushaja;

18  ha ganto, o breudeur evit an eil renk, Zakaria, Ben, Jaaziel, Shemiramod, Jehiel, Unni, Eliab, Benaja, Maaseja, Matitia, Elifele, Mikneja, Obed-Edom, Jeiel, ar borzhierien.

19  Ar ganerien Haman, Azaf hag Etan o doa simbalennoł arem a lakaent da seniń.

20  Zakaria, Aziel, Shemiramod, Jeiel, Unni, Eliab, Maaseja ha Benaja o doa lourennoł war "Alamod" (= plac'h yaouank)

21  Matitia, Elifele, Mikneja, Obed-Edom, Jeiel hag Azazia o doa telennoł gant eizh kordenn, evit ren ar c'han.

22  Kenania, penn al Levited evit an dougen, a rene an dougen, rak ampart e oa.

23  Berekia hag Elkana a oa porzhierien evit an arc'h.

24  Shebania, Jozafad, Netanael, Amasai, Zakaria, Benaja hag Eliezer, aberzhourien, a sone gant an trompilhoł dirak arc'h Doue. Obed-Edom ha Jekija a oa porzhierien evit an arc'h.

25  David, henaourien Israel ha pennoł ar milieroł a yeas da gerc'hat arc'h emglev an AOTROU eus ti Obed-Edom, gant levenez.

26  E-pad ma skoazelle Doue al Levited a zouge arc'h emglev an AOTROU, e voe aberzhet seizh kole ha seizh tourz.

27  David a oa gwisket gant ur vantell lin fin, kenkoulz hag an holl Levited a zouge an arc'h, hag ar ganerien. Ha Kenania penn an dougen a oa gant ar ganerien. David en doa un efod lin warnań.

28  Holl Israel a zegasas arc'h emglev an AOTROU gant kriadennoł a levenez, ouzh son ar shofar, an trompilhoł hag ar simbalennoł, hag ouzh tregern al lourennoł hag an telennoł.

29  Evel ma teue arc'h emglev an AOTROU e kźr David, Mikal merc'h Saül a sellas dre ar prenestr hag a welas ar roue David o lammat hag o tańsal. Hag e tisprizas anezhań en he c'halon.

 

Pennad 16

1  Degas a rejont eta arc'h Doue, hag e lakajont anezhi e-kreiz an deltenn en doa savet David. Hag e voe kinniget loskaberzhoł hag aberzhoł a drugarekadennoł dirak Doue.

2  P'en doe echu David da ginnig al loskaberzhoł hag an aberzhoł a drugarekadennoł, e vennigas ar bobl en anv an AOTROU.

3  Hag e lodennas d'an holl Israeliz, gwazed ha maouezed, da bep hini, ur varaenn, ul lodenn gig hag ur wastell rezin.

4  Hag e lakaas Levited evit ober ar servij dirak arc'h an AOTROU, evit eńvoriń, trugarekaat ha meuliń an AOTROU Doue Israel:

5  Azaf ar penn, Zakaria an eil, Jeiel, Shemiramod, Jehiel, Matitia, Eliab, Beneja, Obed-Edom, Jeiel. Ganto e oa binvioł, lourennoł ha telennoł, hag Azaf a sone gant simbalennoł.

6  An aberzhourien Benaja ha Jakaziel a sone dalc'hmat gant trompilhoł dirak arc'h emglev Doue.

7  En deiz-se, evit ar wech kentań, David a roas da Azaf ha d'e vreudeur ar garg eus meuliń an AOTROU, evel-henn:

8  Meulit an AOTROU, pedit e anv, roit da anavezout e-touez ar pobloł e oberoł bras!

9  Kanit dezhań, salmit dezhań, komzit eus e holl vurzhudoł!

10  Lakait ho kloar en e anv santel! Ra laouenaio kalon ar re a glask an AOTROU!

11  Klaskit an AOTROU hag e nerzh, klaskit dalc'hmat e zremm!

12  Ho pet sońj eus ar burzhudoł en deus graet, eus e virakloł hag eus barnedigezhioł e c'henoł,

13  lignez Israel e servijer, mibien Jakob e zibabet!

14  Eń eo an AOTROU hon Doue, e varnedigezhioł a zo war an douar holl.

15  Ho pet sońj da viken eus e emglev, eus e bromesa a reas evit mil rummad,

16  eus an emglev a reas gant Abraham, eus al le a reas da Izaak,

17  hag a startaas e Jakob evit bezań ur reol, evit bezań da Israel un emglev peurbadus,

18  o lavarout: Me a roio dit bro Ganaan, lod ho hźrezh eo.

19  Pa ne oant nemet un dornad tud, nebeut anezho ha diavaezidi er vro,

20  o vont a vroad da vroad hag a rouantelezh d'ur rouantelezh all,

21  ne lezas den d'o gwaskań, hag e kastizas rouaned abalamour dezho,

22  o lavarout: Na stokit ket ouzh va olevidi, na rit ket a zroug da'm frofeded!

23  Kanit d'an AOTROU, tud an douar holl! Embannit e silvidigezh a zeiz da zeiz!

24  Disklźriit e c'hloar e-touez ar broadoł, e vurzhudoł e-touez an holl bobloł!

25  Rak an AOTROU a zo bras ha din a veuleudioł uhel. Burzhudus eo dreist an holl zoueoł,

26  rak holl zoueoł ar pobloł a zo idoloł, met an AOTROU a reas an neńvoł.

27  Ar gaerded hag ar veurded a zo dirazań, an nerzh hag al levenez a zo en e chomlec'h.

28  Roit d'an AOTROU, tiegezhioł ar pobloł, rentit d'an AOTROU gloar ha nerzh!

29  Rentit d'an AOTROU ar c'hloar dleet d'e anv. Degasit ar profoł, ha deuit dirazań. Stouit dirak an AOTROU en ur c'haerder santel!

30  Krenit dirazań, tud an douar holl! Start eo ar bed ha ne vrańsell ket.

31  Ra laouenaio an neńvoł ha ra drido an douar gant levenez! Ra vo lavaret e-touez ar broadoł: An AOTROU a ren!

32  Ra dregerno ar mor gant kement a zo ennań, ra laouenaio ar maezioł ha kement a zo enno,

33  ra gano a levenez holl wez ar c'hoadoł dirak an AOTROU! Rak dont a ra, dont a ra da varn an douar.

34  Kinnigit trugarekadennoł d'an AOTROU rak mat eo, rak e drugarez a bad da viken!

35  Lavarit: Salv-ni, o Doue hor silvidigezh, hag hon dastum hag hon tenn a-douez ar broadoł, evit ma veulimp da anv santel, ha ma kavimp gloar en da veuleudioł.

36  Benniget ra vo an AOTROU, Doue Israel, a gantved da gantved, ha ma lavaro an holl bobl: Amen! Meulit an AOTROU!

37  Hag e voe lezet eno, dirak arc'h emglev an AOTROU, Azaf hag e vreudeur, evit ober dalc'hmat ar servij dirak an arc'h, hervez ar pezh a zo d'ober bemdez;

38  hag Obed-Edom gant e vreudeur, eizh ha tri-ugent, Obed-Edom mab Jedutun hag Hosa evel porzhierien;

39  ha Zadok an aberzhour gant e vreudeur aberzhourien, dirak tabernakl an AOTROU, war an uhellec'h a oa e Gabaon,

40  evit kinnig dalc'hmat loskaberzhoł d'an AOTROU war aoter al loskaberzhoł, da vintin ha d'abardaez, hag evit ober hervez kement a zo skrivet e lezenn an AOTROU, a zo bet urzhiet gantań da Israel;

41  ha ganto e oa Heman ha Jedutun, hag ar re all a oa bet dibabet ha merket dre o anv evit meuliń an AOTROU, rak e vadelezh a bad da viken;

42  ganto e oa Heman ha Jedutun, gant trompilhoł ha simbalennoł evit ar re a lakae anezho da seniń, ha gant binvioł evit Doue; mibien Jedutun a oa porzhierien.

43  Hag an holl bobl a yeas kuit, pep hini d'e di. David a zistroas da vennigań e di.

 

Pennad 17

1  Pa voe staliet David en e di, e lavaras da Natan ar profed: Setu emaon o chom en un ti sedrez, hag arc'h emglev an AOTROU a zo dindan pallinier.

2  Natan a lavaras da Zavid: Gra kement a zo ez kalon, rak Doue a zo ganit.

3  Ha setu en noz-se e voe disklźriet komz an AOTROU da Natan o lavarout:

4  Kae ha lavar da Zavid va servijer: Evel-henn e komz an AOTROU: N'eo ket te a savo un ti din evit chom ennań.

5  Rak n'on ket bet o chom en un ti abaoe an deiz ma em eus lakaet Israel da bignat betek hiziv, met bet on eus teltenn da deltenn, hag eus un tabernakl d'egile.

6  E pep lec'h ma em eus kerzhet gant holl Israel, daoust hag em eus komzet diwar-benn-se da unan eus barnerien Israel em boa gourc'hemennet dezho peuriń va fobl, o lavarout: Perak n'hoc'h eus ket savet din un ti?

7  Bremań e komzi evel-henn da Zavid va servijer: Evel-henn e komz AOTROU an armeoł: Da gemeret em eus er peurvanoł e-kichen an deńved, evit bezań penn war va fobl Israel,

8  bet on ganit dre holl lec'h ma ec'h eus kerzhet, distrujet em eus da holl enebourien dirazout, graet em eus dit un anv evel anv ar re vras a zo war an douar,

9  reiń a rin ul lec'h da'm fobl Israel hag e plantin anezho, hag e vint o chom el lec'h-se, ha ne vint ken dilec'hiet; mibien an direizhder ne wastint ken anezho evel diagent,

10  abaoe an deizioł ma em eus lakaet barnerien war va fobl Israel. Izelaet em eus da holl enebourien, hag e kemennan dit penaos an AOTROU a savo un ti dit.

11  Pa vo peurechu da zeizioł hag ez i kuit gant da dadoł, e savin da lignez war da lerc'h, unan eus da vibien, ha me a startaio e ren.

12  Eń eo a savo din un ti, ha me a startaio e dron da viken.

13  Me a vo evitań un tad, hag eń a vo evidon ur mab, ha ne lamin ket digantań va gras, evel ma em eus he zennet digant an hini a oa ez raok.

14  Me a ziazezo anezhań em zi hag em rouantelezh da viken, hag e zron a vo startaet da viken.

15  Natan a gomzas ouzh David hervez an holl gomzoł-se hag hervez an holl weledigezh-se.

16  Neuze ar roue David a zeuas d'en em zerc'hel dirak an AOTROU, hag a lavaras: Piv ez on, AOTROU Doue? Ha petra eo va zi ma ec'h eus va degaset betek amań?

17  Met nebeut a dra eo da'z taoulagad, o Doue! Komzet ec'h eus diwar-benn ti da servijer evit un amzer bell, hag ec'h eus sellet ouzhin evel e doare un den uhel, o AOTROU Doue!

18  Petra a c'hellfe David lavarout dit diwar-benn an enor a rez da'z servijer? Anavezout a rez da servijer.

19  O AOTROU! Abalamour da'z servijer, hag hervez da galon, ec'h eus graet an holl draoł bras-se, evit reiń da anavezout an holl draoł bras-se.

20  O AOTROU! Nikun n'eo heńvel ouzhit, ha n'eus Doue all ebet nemedout, hervez kement hon eus klevet gant hon divskouarn.

21  Ha bez' ez eus war an douar ur vroad heńvel ouzh da bobl Israel, a zo bet dasprenet gant Doue evit ober anezhi e bobl, hag evit ober dit un anv dre draoł bras ha spontus, en ur gas kuit broadoł dirak da bobl ac'h eus dasprenet eus an Ejipt?

22  Lakaet ec'h eus da bobl Israel evit bezań da bobl da viken, ha te, AOTROU, te a zo deuet o Doue.

23  Ha bremań, AOTROU, ra vo start da viken an traoł ac'h eus disklźriet diwar-benn da servijer hag e di, ha gra evel ma ec'h eus lavaret!

24  Ra vo startaet, ra vo meuraet da anv da viken, evit ma vo lavaret: AOTROU an armeoł, Doue Israel, a zo Doue evit Israel! Ha ra vo ti David da servijer startaet dirazout!

25  Rak te da-unan, va Doue, te ac'h eus disklźriet da'z servijer e savfe un ti dezhań. Setu perak en deus kredet da servijer pediń dirazout.

26  Ha bremań, AOTROU, te a zo Doue, ha prometet ec'h eus da'z servijer an eurvad-se.

27  Ra blijo ganit bremań bennigań ti da servijer, evit ma vo da viken dirazout! Rak ar pezh a vennigez, AOTROU, a zo benniget da viken.

 

Pennad 18

1  Goude-se, David a drec'has ar Filistined hag a izelaas anezho, hag e tapas Gad hag he c'hźrioł eus dorn ar Filistined.

2  Trec'hiń a reas ar Voabiz ivez, hag ar Voabiz a voe sujet gant David, o paeań un truaj.

3  David a drec'has Hadarezer roue Zoba war-zu Hamad, pa'z eas da astenn e harzoł etrezek ar stźr Eufratez.

4  David a gemeras dezhań mil karr, seizh mil marc'heger hag ugent mil troadeg. Troc'hań a reas jaritelloł ar c'hezeg eus an holl girri, met mirout a reas kant karr.

5  Ar Siriz eus Damask a zeuas da skoazellań Hadarezer roue Zoba, ha David a drec'has daou vil Siriad warn-ugent.

6  David a lakaas ur gwarnizon e Siria eus Damask, hag ar Siriz a voe sujet gant David, o paeań un truaj. An AOTROU a ziwalle David e pep lec'h ma'z ae.

7  David a gemeras ar skoedoł aour a oa gant servijerien Hadarezer, hag a zegasas anezho da Jeruzalem.

8  Degas a reas ivez eus Tibkad hag eus Kun, kźrioł Hadarezer, arem e-leizh. Salomon a reas gantań ar mor arem, ar c'holonennoł hag al listri arem.

9  Tohu roue Hamad a ouezas en doa trec'het David holl arme Hadarezer roue Zoba,

10  hag e kasas Hadoram e vab etrezek ar roue David evit saludiń anezhań hag e veuliń eus m'en doa graet brezel da Hadarezer hag e drec'het. Rak Hadarezer a oa bet en ur brezel kendalc'hus gant Tohu, hag e kasas a bep seurt listri aour, arc'hant hag arem.

11  Ar roue David a gensakras anezho d'an AOTROU, gant an arc'hant hag an aour en doa degaset eus an holl vroadoł, eus Edom, eus Moab, eus mibien Ammon, eus ar Filistined hag eus Amalek.

12  Abishai mab Zeruja a drec'has triwec'h mil Edomad e traonienn an Holen,

13  hag e lakaas ur gwarnizon en Edom, hag an holl Edomiz a voe sujet da Zavid. An AOTROU a ziwalle David e pep lec'h ma'z ae.

14  David a renas war holl Israel, o tougen barn ha reizhder d'e holl bobl.

15  Joab mab Zeruja a oa penn an arme, Jozafad mab Akilud a oa teuliour,

16  Zadok mab Akitub hag Abimelek mab Abiatar a oa aberzhourien, Shavsha a oa skrib,

17  Benaja mab Jehojada a oa penn ar Geretiz hag ar Beletiz, mibien David a oa ar re gentań e-kichen ar roue.

 

Pennad 19

1  Goude-se e varvas Nakash roue mibien Ammon, hag e vab a renas war e lerc'h.

2  David a lavaras: Madelezhus e vin e-keńver Hanun mab Nakash, rak e dad a zo bet madelezhus em c'heńver. David a gasas kannaded evit e frealziń diwar-benn e dad. Servijerien David a zeuas da vro mibien Ammon da gavout Hanun, evit e frealziń.

3  Met pennoł mibien Ammon a lavaras da Hanun: Ha sońjal a rez e vefe kaset frealzerien gant David evit enoriń da dad? Ha n'eo ket evit imbourc'hiń, distrujań ha spiań ar vro ez eo deuet e servijerien da'z kavout?

4  Hag Hanun a dapas servijerien David, a douzas anezho, a droc'has o dilhad dre ar c'hreiz betek krec'h an divorzhed, hag o c'hasas kuit.

5  Hag e teujod da lavarout da Zavid ar pezh a oa bet graet d'an den-se, hag e kasas tud en arbenn dezho, rak mezhek-tre e oa an dud-se. Ar roue a lavaras dezho: Chomit e Jeriko ken na vo bountet ho parv, ha neuze e tistroiot.

6  Mibien Ammon a welas e oant bet kasaus e-keńver David. Hanun ha mibien Ammon a gasas mil talant (~ 30 tonenn) arc'hant evit goprań kirri ha marc'hegerien e-kichen ar Siriz eus Mezopotamia hag ar Siriz eus Maaka ha Zoba.

7  Hag e c'hoprjont daou vil karr ha tregont, ha roue Maaka hag e bobl a zeuas hag a gampas dirak Medeba. Mibien Ammon en em zastumas eus o c'hźrioł hag a zeuas evit ober brezel.

8  David, o vezań klevet kement-se, a gasas Joab hag e holl arme, tud kadarn.

9  Mibien Ammon a yeas hag en em renkas evit an emgann a-dal da zor kźr. Ar rouaned a oa deuet a oa a-dreńv war ar maez.

10  Joab, o welout e oa an arme troet a-enep dezhań a-dreńv hag a-raok, a zibabas holl soudarded a-zibab, hag o renkas a-enep ar Siriz,

11  hag e roas renerezh an nemorant eus ar bobl da Abishai e vreur, evit ma en em renkint a-enep mibien Ammon.

12  Hag e lavaras: Mar bez kreńvoc'h egedon ar Siriz, e teui da'm sikour, ha mar bez kreńvoc'h egedout mibien Ammon, me a zeuio da'z sikour.

13  Bez kreńv, diskouezomp kalon evit hor pobl hag evit kźrioł hon Doue. Ra vo graet gant an AOTROU evel ma kavo mat.

14  Neuze Joab hag ar bobl a oa gantań a dostaas evit stourm a-enep ar Siriz, met ar re-mań a dec'has kuit dirazań.

15  Mibien Ammon, o welout e tec'he ar Siriz, a dec'has kuit int ivez dirak Abishai breur Joab, hag ez ejont e kźr. Joab a zistroas da Jeruzalem.

16  Ar Siriz, o welout e oant bet trec'het gant Israel, a gasas kannaded da lakaat da zont ar Siriz a oa en tu all d'ar stźr. Shofak, penn arme Hadarezer a rene anezho.

17  Kement-se a voe lavaret da Zavid, a zastumas holl Israel, a dremenas ar Jordan, a yeas etrezek enno, hag en em renkas en o enep. David en em renkas a-enep ar Siriz, hag e stourmjont en e enep.

18  Hag ar Siriz a dec'has dirak Israel. David a zistrujas seizh mil karr siriat, daou-ugent mil troadeg a voe lazhet, ha Shofak penn an arme.

19  Servijerien Hadarezer, o welout e oant bet pilet gant Israel, a reas peoc'h gant David, hag e voent sujet dezhań. Hag ar Siriz ne fellas ken dezho skoazellań mibien Ammon.

 

Pennad 20

1  Ar bloaz war-lerc'h, d'ar c'houlz ma'z a er-maez ar rouaned, Joab a gasas al lod brasań eus an arme da zistrujań bro mibien Ammon, hag ez eas da sezizań Rabba. Met David a chomas e Jeruzalem, ha Joab a bilas Rabba hag a zistrujas anezhi.

2  David a gemeras ar gurunenn diwar-benn o roue, hag e voe kavet e poueze un talant (~ 30 kg) aour, hag e oa enni mein prizius. Lakaet e voe war benn David, a gasas gantań eus kźr un diwisk bras-meurbet.

3  Kas a reas gantań ivez ar bobl a oa enni, hag o lakaas da droc'hań ha da heskennat gant ogedoł-houarn, bouc'hili hag heskennoł. David a reas evel-se da holl gźrioł mibien Ammon, ha David a zistroas da Jeruzalem gant an holl bobl.

4  Goude-se e voe ur brezel e Gezer a-enep ar Filistined. Sibbekai an Hushaiad a lazhas Sippai, unan eus mibien Rafa, hag e voent izelaet.

5  Bez' e voe c'hoazh ur brezel a-enep ar Filistined. Elkanan mab Jair a lazhas Lakmi eus Gad, breur Goliad, a oa koad e c'hoaf evel ur granenn eus ur stern-gwiader.

6  Bez' e voe c'hoazh ur brezel e Gad, e-lec'h ma en em gavas un den a vent bras, en doa c'hwec'h biz war bep dorn ha war bep troad, pevar warn-ugent en holl. Eń ivez a oa ganet eus Rafa.

7  Dismegańsiń a reas Israel, ha Jonatan mab Shimea, breur David, a lazhas anezhań.

8  Ar re-se a oa ganet eus Rafa e Gad, hag e kouezhjont dre zorn David ha dre zorn e servijerien.

 

Pennad 21

1  Met Satan en em savas a-enep Israel, hag e vountas David d'ober niveradeg Israel.

2  David a lavaras da Joab ha da bennoł ar bobl: Kit, grit an niveradeg eus Israel, adalek Beer-Sheba betek Dan, ha degasit anezhi din, evit ma ouezin an niver.

3  Joab a respontas: Ra fello d'an AOTROU kreskiń e bobl kant gwech kement ha ma'z eo, o roue va aotrou! Ha n'int ket holl servijerien va aotrou? Perak e klask va aotrou kement-se? Perak e vefe Israel tamallet a gement-se?

4  Met komz ar roue a drec'has war Joab, ha Joab a yeas hag a redas Israel eus ur penn d'egile. Goude e tistroas da Jeruzalem.

5  Joab a roas da Zavid roll niveradeg ar bobl. Bez' e oa en holl Israel ur milion kant mil den o tennań ar c'hleze, hag e Juda pevar c'hant dek mil den ha tri-ugent o tennań ar c'hleze.

6  N'en doa ket niveret en o zouez Levi ha Benjamin, rak urzh ar roue a oa un euzhusted evit Joab.

7  Fall e voe an afer-se dirak Doue, hag e skoas war Israel.

8  Ha David a lavaras da Zoue: Graet em eus ur pec'hed bras oc'h ober an dra-se. Ha bremań, me az ped, lam direizhder da servijer, rak ent-diskiant em eus en em renet.

9  An AOTROU a gomzas ouzh Gad, gwelour David, o lavarout:

10  Kae, komz ouzh David o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Tri zra a ginnigan dit, dibab unan anezho, hag e rin hervezań.

11  Gad a zeuas da gavout David hag a lavaras: Evel-henn e komz an AOTROU:

12  Dibab: pe tri bloaz a naonegezh, pe tri miz a ziskar dirak da enebourien, tapet dre gleze da enebourien, pe tri devezh ma vo kleze an AOTROU ha bosenn er vro, hag ael an AOTROU o tistrujań war holl zouaroł Israel. Ha bremań dit da welout ar pezh am eus da respont d'an hini en deus va degaset.

13  David a respontas da C'had: Me a zo en un enkrez bras. Ra gouezhin bremań etre daouarn an AOTROU, rak e drugarezioł a zo bras-meurbet, met ra ne gouezhin ket etre daouarn an dud.

14  Hag an AOTROU a gasas ar vosenn war Israel, hag e kouezhas dek mil den ha tri-ugent eus Israel.

15  Ha Doue a gasas ivez un ael da zistrujań Jeruzalem, hag evel ma tistruje, an AOTROU a sellas, hag en doe keuz eus an droug-se, hag e lavaras d'an ael a zistruje: A-walc'h! Tenn bremań da zorn! Ael an AOTROU en em zalc'he e-kichen leur Ornan ar Jebuzad.

16  David a savas e zaoulagad hag a welas ael an AOTROU en em zalc'he etre an douar hag an neńvoł, gant e gleze dic'houinet en e zorn astennet war Jeruzalem. David hag an henaourien, goloet a seier, a gouezhas war o dremmoł.

17  Ha David a lavaras da Zoue: Ha n'eo ket me am eus gourc'hemennet ma vefe graet niveradeg ar bobl? Me am eus pec'het ha graet gwall-fall. Met an deńved-mań, petra o deus graet? AOTROU va Doue, ra vo da zorn warnon, me az ped, ha war di va zad, met ra ne vo ket war da bobl evit skeiń warno.

18  Hag ael an AOTROU a lavaras da C'had komz ouzh David, evit ma pignfe David da sevel un aoter d'an AOTROU war leur Ornan ar Jebuzad.

19  David a bignas eta, hervez ar gomz en doa lavaret Gad en anv an AOTROU.

20  Ornan en em zistroas hag a welas an ael. Hag en em guzhas, e bevar mab gantań. Ornan a oa o tornań gwinizh.

21  David a zeuas etrezek Ornan, hag Ornan a sellas hag a welas David. Mont a reas er-maez eus al leur, hag e stouas dirak David, e zremm d'an douar.

22  David a lavaras da Ornan: Ro din lec'h al leur-mań, hag e savin amań un aoter d'an AOTROU. Ro din anezhi evit ar priz ma talvez, evit ma vo paouezet ar gouli diwar ar bobl.

23  Ornan a lavaras da Zavid: Kemer anezhi, ha ra vo graet ganti ar pezh a vo mat dirazout, roue va aotrou. Setu e roan dit an ejened evit al loskaberzhoł, ar binvioł da zornań evel koad, hag ar gwinizh evit an donezon. Reiń a ran kement-se holl.

24  Met ar roue David a lavaras da Ornan: Nann, fellout a ra din e brenań ar pezh a dalvez, rak ne ginnigin ket d'an AOTROU ar pezh a zo dit, ne ginnigin ket ul loskaberzh na goust netra din.

25  David a roas da Ornan evit al lec'h-se ar pouez a c'hwec'h kant sikl (~ 6 kg) aour.

26  Ha David a savas eno un aoter d'an AOTROU, hag e kinnigas loskaberzhoł hag aberzhoł a drugarekadennoł, hag e c'halvas an AOTROU, a respontas dezhań dre an tan a ziskennas eus an neńv war aoter al loskaberzh.

27  Neuze an AOTROU a gomzas ouzh an ael, a zistroas e gleze en e c'houin.

28  En amzer-se, pa welas David penaos en doa e selaouet an AOTROU e leur Ornan, ec'h aberzhas eno.

29  Ha tabernakl an AOTROU, en doa graet Moizez er gouelec'h, hag aoter al loskaberzhoł, a oa en amzer-se war uhellec'h Gabaon.

30  Met David ne c'helle ket mont dirazi da c'hervel Doue, dre ma oa spouronet dirak kleze ael an AOTROU.

 

Pennad 22

1  David a lavaras: Amań e vo ti an AOTROU Doue, hag amań e vo aoter al loskaberzhoł evit Israel.

2  David a c'hourc'hemennas dastum an diavaezidi a oa e bro Israel, hag e kemeras en o zouez benerien da gizellań mein-ben evit sevel ti Doue.

3  David a gempennas ivez houarn e-leizh evit tachoł stalafioł an dorojoł hag evit ar c'hraponoł, hag arem e-leizh na c'helled ket pouezań,

4  ha koad sedrez diniver rak kaset o doa ar Sidoniz hag an Diriz koad sedrez e-leizh da Zavid.

5  Ha David a lavare: Va mab Salomon a zo yaouank ha tener, hag an ti a zo da sevel d'an AOTROU a zle bezań savet uhel-meurbet, evit kaout brud ha gloar en holl vroioł. Fellout a ra din eta kempenn evitań an holl draoł. Hag e kempennas David traoł e-leizh a-raok e varv.

6  Hag e c'halvas Salomon e vab, hag e c'hourc'hemennas dezhań sevel un ti d'an AOTROU, Doue Israel.

7  David a lavaras da Salomon: Va mab, c'hoant am boa me va-unan da sevel un ti da anv an AOTROU va Doue.

8  Met komz an AOTROU a voe disklźriet din evel-henn: Skuilhet ec'h eus gwad e-leizh, graet ec'h eus brezelioł bras, ne savi ket un ti da'm anv, rak gwad e-leizh ac'h eus skuilhet war an douar dirazon.

9  Setu, ur mab a vo ganet dit, hag e vo un den a beoc'h, hag e roin dezhań diskuizh dirak e holl enebourien tro-dro, rak e anv a vo Salomon (= Peoc'hiek), hag e roin ar peoc'h hag ar sioulded da Israel e vuhez-pad.

10  Eń eo a savo un ti da'm anv. Eń a vo evidon ur mab, ha me a vo evitań un tad, hag e startain tron e rouantelezh war Israel da viken.

11  Bremań, va mab, ra vo an AOTROU ganit, evit ma ri berzh ha ma savi ti an AOTROU da Zoue, evel m'en deus lavaret diwar da benn.

12  Ra roio hepken an AOTROU dit furnez ha skiant, ha ra lakaio ac'hanout da ren war Israel, en ur virout lezenn an AOTROU da Zoue.

13  Neuze e ri berzh, mard out evezhiek d'ober diouzh ar reolennoł hag ar barnedigezhioł en deus urzhiet an AOTROU da Voizez evit Israel. En em galoneka ha bez kreńv, na spont ket ha na'z pez ket aon.

14  Setu, em zrubuilhoł em eus kempennet evit ti an AOTROU kant mil talant (~ tri mil tonenn) aour hag ur milion a dalantoł (~ tregont mil tonenn) arc'hant, hag arem hag houarn e-leizh, na c'heller ket pouezań. Kempennet em eus ivez koad ha mein, hag e lakai ouzhpenn.

15  Ganit ez eus kalz a vicherourien, a venerien, a gilvizien, hag a bep seurt tud ampart e kement seurt a labourioł.

16  An aour, an arc'hant, an arem hag an houarn a zo diniver. Sav ha gra! Ha ra vo an AOTROU ganit!

17  David a urzhias ivez da holl bennoł Israel skoazellań Salomon e vab, o lavarout:

18  Ha n'emań ket an AOTROU ho Toue ganeoc'h? Ha n'en deus ket roet deoc'h diskuizh a bep tu? Rak roet en deus etre va daouarn tud ar vro, hag ar vro a zo sujet dirak an AOTROU ha dirak e bobl.

19  Bremań lakait ho kalonoł hag hoc'h ene da glask an AOTROU ho Toue, savit, grit ur santual d'an AOTROU Doue, evit degas arc'h emglev an AOTROU ha listri santel Doue d'an ti a zle bezań savet da anv an AOTROU.

 

Pennad 23

1  David, oadet ha gwalc’het a zeizioł, a lakaas da roue war Israel Salomon e vab.

2  Hag e tastumas holl bennoł Israel, an aberzhourien hag al Levited.

3  Niveret e voe al Levited, adalek an oad a dregont vloaz hag uheloc'h. Niveret e voe ar wazed dre benn: eizh mil ha tregont.

4  Bez' e oa en o zouez pevar mil warn-ugent evit eveshaat ouzh labour ti an AOTROU, c'hwec'h mil evel skribed ha barnerien,

5  pevar mil evel porzhierien, pevar mil evit meuliń an AOTROU gant binvioł en deus graet David evit meuliń.

6  David a rannas anezho e renkoł, hervez mibien Levi: Gershon, Kehad ha Merari.

7  Eus Gershon e voe: Laadan ha Shimei.

8  Mibien Laadan a voe: Jehiel ar penn, Zetam, Joel, tri.

9  Mibien Shimei a voe: Shelomid, Haziel, Haran, tri. Ar re-se a voe pennoł-tadoł Laadan.

10  Mibien Shimei a voe: Jahad, Zina, Jeush, Beria. Ar re-se a voe pevar mab Shimei.

11  Jahad a oa ar penn, ha Zina an eil. Jeush ha Beria n'o deus ket bet kalz a vibien, setu perak e rejont un ti-tadoł hepken en niveradeg.

12  Mibien Kehad a voe: Amram, Jizehar, Hebron, Uziel, pevar.

13  Mibien Amram a voe: Aaron ha Moizez. Aaron a voe lakaet a-du evit santelaat ar pezh a zo santel-meurbet, eń hag e vibien, da viken, evit kinnig an ezańs dirak an AOTROU, evit ober e servij, evit bennigań da viken en e anv.

14  Ha diwar-benn Moizez, den Doue, e vibien a voe niveret e meuriad Levi.

15  Mibien Moizez a voe: Gershom hag Eliezer.

16  Eus mibien Gershom e voe: Shebuel ar penn.

17  Mab Eliezer a voe: Rekabia ar penn. Eliezer n'en deus ket bet mibien all, met mibien Rekabia a voe niverus-meurbet.

18  Eus mibien Jizehar e voe: Shelomid ar penn.

19  Mibien Hebron a voe: Jerija ar penn, Amaria an eil, Jakaziel an trede, Jekameam ar pevare.

20  Mibien Uziel a voe: Mika ar penn, Jishija an eil.

21  Mibien Merari a voe: Makli ha Mushi. Mibien Makli a voe Eleazar ha Kish.

22  Eleazar a varvas hep kaout mibien, met merc'hed en doe. Mibien Kish, o breudeur, a zimezas ganto.

23  Mibien Mushi a voe: Makli, Eder, Jeremod, tri.

24  Ar re-se a voe mibien Levi hervez tiez o zadoł, ar pennoł-tadoł hervez o niveradur dre anv, niveret dre benn. Labourat a raent e servij ti an AOTROU, adalek an oad a ugent vloaz hag uheloc'h.

25  Rak David a lavaras: An AOTROU Doue Israel en deus roet diskuizh d'e bobl, a vo o chom e Jeruzalem da viken,

26  hag al Levited n'o devo ken da zougen an tabernakl, nag an holl listri evit ar servij.

27  Hervez urzhioł diwezhań David, e voe niveret mibien Levi adalek an oad a ugent vloaz hag uheloc'h,

28  rak o lec'h a oa bezań e-kichen mibien Aaron evit servij ti an AOTROU; karget e oant eus al leurennoł hag eus ar c'hambroł, eus glanidigezh an holl draoł santel, eus labour ar servij e ti Doue,

29  eus ar baraoł a ginnig, eus ar flour bleud evit an donezonoł, eus ar bignez hep goell, eus ar pezh a zo poazhet war ar baelon, eus ar pezh a zo kemmesket, eus an holl vuzulioł a endalc'h hag a hirder;

30  en em zerc'hel a raent bep mintin ha bep abardaez da drugarekaat ha da veuliń an AOTROU,

31  kinnig a raent an holl loskaberzhoł d'an AOTROU, d'an deizioł sabad, d'al loarioł nevez, d'ar gouelioł, hervez o niver hag o reolennoł urzhiet, dalc'hmat dirak an AOTROU,

32  kemer a raent preder gant teltenn an engalv, gant al lec'h santel, gant mibien Aaron o breudeur, evit servij ti an AOTROU.

 

Pennad 24

1  Setu amań kevrennoł mibien Aaron. Mibien Aaron a voe: Nadab, Abihu, Eleazar, Itamar.

2  Met Nadab hag Abihu a varvas a-raok o zad, ha n'o doe mab ebet. Hag Eleazar hag Itamar a voe aberzhourien.

3  David, gant Zadok a-douez mibien Eleazar hag Akimelek a-douez mibien Itamar, a rannas anezho hervez o c'hargoł en o servij.

4  En em gavout a reas e-touez mibien Eleazar muioc'h a bennoł eget e-touez mibien Itamar, hag e voent rannet evel-se: pennoł tiez o zadoł evit mibien Eleazar, c'hwezek; pennoł tiez o zadoł evit mibien Itamar, eizh.

5  Rannet e voent dre ar sord, an eil re gant ar re all, rak bez' e oa gouarnourien ar santual ha gouarnourien ti Doue a-douez mibien Eleazar hag a-douez mibien Itamar.

6  Shemaja mab Natanael, ar skrib, eus meuriad Levi, a verkas anezho dirak ar roue hag ar brińsed, dirak Zadok an aberzhour, Akimelek mab Abiatar, ha dirak pennoł-tadoł an aberzhourien hag al Levited. Un ti tadel a voe tennet d'ar sord evit Eleazar, hag unan all a voe tennet evit Itamar.

7  Ar sord kentań a zegouezhas da Jehojarib, an eil da Jedaja,

8  an trede da Harim, ar pevare da Seorim,

9  ar pempvet da Valkija, ar c'hwec'hvet da Vijamin,

10  ar seizhvet da Hakkoz, an eizhvet da Abija,

11  an navet da Jozue, an dekvet da Shekania,

12  an unnekvet da Eliashib, an daouzekvet da Jakim,

13  an trizekvet da Huppa, ar pevarzekvet da Jeshebeab,

14  ar pemzekvet da Vilga, ar c'hwezekvet da Immer,

15  ar seitekvet da Hezir, an triwec'hvet da Hapizez,

16  an naontekvet da Betakja, an ugentvet da Ezekiel,

17  an unanvet warn-ugent da Jakin, an eil warn-ugent da C'hamul,

18  an trede warn-ugent da Zelaja, ar pevare warn-ugent da Vaazia.

19  Evel-se e voent renket evit o servij, evit mont da di an AOTROU, hervez ar reolenn lakaet gant Aaron o zad, evel m'en doa gourc'hemennet dezhań an AOTROU Doue Israel.

20  Setu amań an nemorant eus mibien Levi. Eus mibien Amram: Shubael; eus mibien Shubael: Jekdia;

21  eus Rekabia, eus mibien Rekabia: Jishija ar penn;

22  eus ar Jizehariz: Shelomod; eus mibien Shelomod: Jakad;

23  eus mibien Hebron: Jerija, Amaria an eil, Jakaziel an trede, Jekameam ar pevare;

24  eus mibien Uziel: Mika; eus mibien Mika: Shamir;

25  breur Mika: Jishija; eus mibien Jishija: Zakaria;

26  eus mibien Merari: Makli, Mushi; eus mibien Jaazija e vab,

27  mibien Merari dre Jaazija e vab: Shoham, Zakkur, Ibri;

28  eus Makli: Eleazar ha n'en doe mab ebet;

29  eus Kish: mab Kish Jerakmeel;

30  eus mibien Mushi: Makli, Eder, Jerimod. Ar re-se a voe mibien al Levited hervez tiez o zadoł.

31  Int ivez, evel o breudeur mibien Aaron, a dennas d'ar sord dirak ar roue David, Zadok, Akimelek, ha pennoł-tadoł an aberzhourien hag al Levited. Hag evel-se e voe, evit ur penn tadoł hag evit an disterań eus e vreudeur.

 

Pennad 25

1  David ha pennoł an arme a lakaas a-du, evit ar servij, a-douez mibien Azaf, Heman ha Jedutun, ar re a oa profeded gant telennoł, gant lourennoł ha gant simbalennoł. Ha setu niver an dud implijet evit ar servij-se, hervez o c'harg:

2  eus mibien Azaf: Zakkur, Jozef, Netania, Asharela, mibien Azaf, dindan urzh Azaf a brofede dindan urzh ar roue;

3  eus Jedutun: mibien Jedutun: Gedalia, Zeri, Izaia, Hashabia, Matitia, Shimei, c'hwec'h anezho, dindan urzh o zad Jedutun a brofede gant an delenn evit trugarekaat ha meuliń an AOTROU;

4  eus Heman: mibien Heman: Bukkija, Matania, Uziel, Shebuel, Jerimod, Hanania, Hanani, Eliata, Giddalti, Romamti-Ezer, Joshbekasha, Maloti, Hothir, Makaziod;

5  an holl re-se a oa mibien Heman, gwelour ar roue evit ober seniń ar c'horn hervez urzh Doue. Doue en doa roet da Heman pevarzek mab ha teir merc'h.

6  An holl re-se a oa dindan urzh o zadoł evit ar c'han e ti an AOTROU, gant simbalennoł, lourennoł ha telennoł, evit servij ti Doue. Azaf, Jedutun hag Heman a oa dindan urzhioł ar roue.

7  Hag e oa o niver, gant o breudeur desket da ganań d'an AOTROU, holl anezho ampart: daou c'hant eizh ha pevar-ugent.

8  Hag e tennjont d'ar sord evit o c'hargoł, re vihan ha re vras, mistri ha diskibien.

9  Ar sord kentań a zegouezhas evit Azaf da Jozef; an eil da C'hedalia, eń gant e vreudeur hag e vibien, daouzek;

10  an trede da Zakkur, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek;

11  ar pevare da Jizri, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek;

12  ar pempvet da Netania, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek;

13  ar c'hwec'hvet da Vukkija, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek;

14  ar seizhvet da Jesarela, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek;

15  an eizhvet da Izaia, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek;

16  an navet da Vatania, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek;

17  an dekvet da Shimei, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek;

18  an unnekvet da Azareel, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek;

19  an daouzekvet da Hashabia, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek;

20  an trizekvet da Shubael, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek;

21  ar pevarzekvet da Vatitia, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek;

22  ar pemzekvet da Jeremod, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek;

23  ar c'hwezekvet da Hanania, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek;

24  ar seitekvet da Joshbekasha, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek;

25  an triwec'hvet da Hanani, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek;

26  an naontekvet da Valoti, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek;

27  an ugentvet da Elijata, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek;

28  an unanvet warn-ugent da Hotir, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek;

29  an eil warn-ugent da C'hildatti, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek;

30  an trede warn-ugent da Vakaziod, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek;

31  ar pevare warn-ugent da Romamti-Ezer, gant e vibien hag e vreudeur, daouzek;

 

Pennad 26

1  Setu amań kevrennoł ar borzhierien. Eus ar Gorahiz e voe Meshelemia mab Kora, a-douez mibien Azaf.

2  Mibien Meshelemia a voe: Zakaria ar c'hentań-ganet, Jediael an eil, Zebadia an trede, Jatniel ar pevare,

3  Elam ar pempvet, Jokanan ar c'hwec'hvet, Eljoenai ar seizhvet.

4  Mibien Obed-Edom a voe: Shemaja ar c'hentań-ganet, Jozabad an eil, Joak an trede, Sakar ar pevare, Nataneel ar pempvet,

5  Amiel ar c'hwec'hvet, Isakar ar seizhvet, Peultai an eizhvet, rak Doue en doa e venniget.

6  Da Shemaja e vab e voe ganet mibien a renas e ti o zad, rak tud kreńv ha kalonek e oant.

7  Mibien Shemaja a voe: Otni, Refael, Obed, Elzabad hag e vreudeur, tud kadarn, Elihu ha Semakia.

8  An holl re-se a oa eus mibien Obed-Edom. Int, o mibien hag o breudeur a oa tud kadarn, leun a nerzh evit ar servij; bez' e oant daou ha tri-ugent eus Obed-Edom.

9  Mibien Meshelemia gant e vreudeur, tud kadarn, a oa triwec'h.

10  Mibien Hosa, a-douez mibien Merari, a voe: Shimri ar penn, lakaet da benn gant e dad daoust ma ne oa ket ar c'hentań-ganet,

11  Hilkija an eil, Tebalia an trede, Zakaria ar pevare. Holl vibien ha breudeur Hosa a oa trizek.

12  D'ar c'hevrennoł-se a borzhierien, da bennoł an dud-se ha d'o breudeur, e voe roet kargoł evit servij ti an AOTROU.

13  Hag e tennjont d'ar sord, re vihan ha re vras, hervez tiez o zadoł, evit pep dor.

14  Tu ar sav-heol a zo kouezhet gant Shelemia dre ar sord. Tennań a rejont d'ar sord evit Zakaria e vab, a oa ur c'huzulier fur, hag eo kouezhet gantań tu an hanternoz dre ar sord.

15  Tu ar c'hreisteiz a zo kouezhet gant Obed-Edom, ha ti-dastum gant e vibien.

16  Gant Shuppim hag Hosa eo kouezhet tu ar c'huzh-heol, gant dor Shalleked war an hent a bign, ur gward dirak egile.

17  Bez' e oa ouzh ar sav-heol c'hwec'h Leviad, ouzh an hanternoz bemdez pevar, ouzh ar c'hreisteiz bemdez pevar, e pep hini eus an daou di-dastum daou,

18  ouzh ar c'huzh-heol war-zu Parbar pevar etrezek an hent ha daou e Parbar.

19  Ar re-se e voe kevrennoł ar borzhierien evit mibien ar Gorahiz hag evit mibien Merari.

20  Hag a-douez al Levited, Akija a oa lakaet war deńzorioł ti Doue ha war deńzorioł a traoł santel.

21  A-douez mibien Laadan, mibien ar C'hershonited o tont eus Laadan, a-douez pennoł-tadoł eus Laadan ar Gershonad, Jehieli,

22  ha mibien Jehieli, Zetam ha Joel e vreur, a oa lakaet war deńzorioł ti an AOTROU

23  A-douez an Amramited, ar Jizehariz, an Hebronited hag an Uzielited,

24  Shebuel mab Gershom, mab Moizez, a oa lakaet war an teńzorioł.

25  E-touez e vreudeur dre Eliezer, a oa Rekabia e vab, hag Izaia e vab, ha Joram e vab, ha Zikri e vab, ha Shelomid e vab,

26  Shelomid hag e vreudeur eo ar re hag a oa lakaet war deńzorioł an traoł santel en doa gouestlet ar roue David, ar pennoł-tadoł, pennoł ar milieroł hag ar c'hantoł, hag ofiserien an arme;

27  gouestlet o doa an traoł-se a zeue eus ar brezelioł hag eus ar preizhoł evit kenderc'hel ti an AOTROU.

28  Ha kement en doa gouestlet Samuel ar gwelour, Saül mab Kish, Abner mab Ner, ha Joab mab Zeruja, an holl draoł gouestlet a oa etre daouarn Shelomid hag e vreudeur.

29  A-douez ar Jizehariz, Kenania hag e vreudeur a oa karget eus al labour a-ziavaez en Israel, evel skribed ha barnerien.

30  A-douez an Hebronited, Hashabia hag e vreudeur, tud kadarn en niver a vil seizh kant, a eveshae war Israel en tu-mań d'ar Jordan, ouzh ar c'huzh-heol, evit holl labour an AOTROU hag evit servij ar roue.

31  Diwar-benn an Hebronited, Jerija a oa o fenn. En daou-ugentvet bloaz eus ren David, e voe graet un enklask diwar-benn an Hebronited hervez o rummadoł ha tiez o zadoł, hag e voe kavet en o zouez tud kadarn e Jaezer e Galaad.

32  E vreudeur, tud kadarn, a voe daou vil seizh kant penn tadoł. Ar roue David a lakaas anezho war ar Rubeniz, ar C'hadiz hag hanter-veuriad Manase, evit holl labour Doue hag evit servij ar roue.

 

Pennad 27

1  Mibien Israel hervez o niveradur, pennoł-tadoł, pennoł a vilieroł hag a gantoł, hag o ofiserien a oa e servij ar roue evit kement a selle ouzh ar c'hevrennoł, ar re a zeue e-barzh hag ar re a yae kuit, miz goude miz e-pad holl mizioł ar bloaz, pep kevrenn o vezań pevar mil den warn-ugent.

2  War ar gevrenn gentań, evit ar miz kentań, e oa Jashobeam mab Zabdiel; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent;

3  eus mibien Perez e oa, ha penn holl gabitened an arme er miz kentań.

4  War gevrenn an eil miz e oa Dodai an Akokiad; Miklod a oa ivez ur rener eus e gevrenn; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent.

5  Penn an deirvet arme, evit an trede miz, a oa Benaja mab ar penn-aberzhour Jehojada; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent;

6  ar Benaja-mań a oa kalonek e-touez an tregont, hag a-us d'an tregont; en e gevrenn e oa Amizadab e vab.

7  Ar pevare, evit ar pevare miz, a oa Asael breur Joab, ha Zebadia e vab war e lerc'h; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent.

8  Ar pempvet, evit ar pempvet miz, a oa ar penn Shamhud eus Jizrak; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent.

9  Ar c'hwec'hvet, evit ar c'hwec'hvet miz, a oa Ira mab Ikkesh; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent.

10  Ar seizhvet, evit ar seizhvet miz, a oa Helez ar Peloniad, eus mibien Efraim; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent.

11  An eizhvet, evit an eizhvet miz, a oa Sibbekai an Hushaiad, eus tiegezh ar Zerakiz; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent.

12  An navet, evit an navet miz, a oa Abiezer eus Anatod, eus ar Venjaminiz; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent.

13  An dekvet, evit an dekvet miz, a oa Maharai eus Netofa, eus tiegezh ar Zerakiz; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent.

14  An unnekvet, evit an unnekvet miz, a oa Benaja ar Piratoniad, eus mibien Efraim; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent.

15  An daouzekvet, evit an daouzekvet miz, a oa Heldai eus Netofa, eus tiegezh Otniel; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent.

16  Ha setu amań ar re a oa war veuriadoł Israel. Rener ar Rubeniz a oa Eliezer mab Zikri; eus ar Simeoniz, Shefatia mab Maaka;

17  eus al Levited, Hashabia mab Kemuel; eus re Aaron, Zadok;

18  eus Juda, Elihu eus breudeur David; eus Isakar, Omri mab Mikael;

19  eus Zabulon, Jishmaeja mab Abdia; eus Neftali, Jerimod mab Azriel;

20  eus mibien Efraim, Hoshea mab Azazia; eus hanter-veuriad Manase, Joel mab Pedaja;

21  eus hanter-veuriad all Manase e Galaad, Jiddo mab Zakaria; eus Benjamin, Jaasiel mab Abner;

22  eus Dan, Azareel mab Jerokam. Ar re-se a voe renerien meuriadoł Israel.

23  David ne reas ket niveradeg an Israeliz adalek an oad a ugent vloaz hag izeloc'h, rak an AOTROU en doa lavaret e kreskfe Israel evel stered an neńvoł.

24  Joab mab Zeruja en doa staget gant o niveradeg, met n'echuas ket rak ar gounnar a zeuas war Israel en abeg da-se. Hag o niver ne oa ket kontet e niveradeg Danevelloł ar roue David.

25  Azmaved mab Adiel a oa lakaet war deńzorioł ar roue; Jonatan mab Ozia war an tiez-dastum a oa war ar maez, er c'hźrioł, er c'hźriadennoł hag er c'hreńvlec'hioł;

26  Ezri mab Kelub war oberourien ar parkeier o labourat an douar;

27  Shimei eus Rama war ar gwini; Zabdi eus Shefam war broduerezh ar gwini evit an tiez-dastum a win;

28  Baal-Hanan eus Geder war an olived hag ar sikamor a oa er blaenenn; Joaz war an tiez-dastum a eoul;

29  Shitrai eus Saron war ar saout o peuriń e Saron; Shafad mab Adlai war ar saout o peuriń en traoniennoł;

30  Obil an Ismaelad war ar c'hańvaled; Jekdia ar Meronotiad war an azenezed;

31  Jaziz an Hagareniad war an deńved. An holl re-se a oa melestrourien ar madoł a oa d'ar roue David.

32  Jonatan, eontr David, a oa kuzulier, den poellek ha skrib; Jehiel mab Hakmoni a oa tost da vibien ar roue;

33  Akitofel a oa kuzulier ar roue; Hushai an Arkian a oa mignon ar roue;

34  goude Akitofel e voe Jehojada mab Benaja, hag Abiatar; Joab a oa pennjeneral arme ar roue.

 

Pennad 28

1  David a zastumas e Jeruzalem holl bennoł Israel, pennoł ar meuriadoł, pennoł ar c'hevrennoł a servije ar roue, ar pennoł a vilieroł, ar pennoł a gantoł, ar re a velestre holl vadoł hag holl dropelloł ar roue, e vibien, ar spazhidi, an dud kadarn hag ar vrezelourien galonek.

2  Hag ar roue David a savas war e dreid hag a lavaras: Va breudeur ha va fobl, selaouit-me! C'hoant am boa da sevel un ti diskuizh da arc'h emglev an AOTROU, hag evit skabell treid hon Doue, ha prest e oan d'ober.

3  Met Doue en deus lavaret din: Ne savi ket un ti da'm anv, dre ma'z out un den a vrezel ha gwad ac'h eus skuilhet.

4  An AOTROU Doue Israel en deus va dibabet a-douez holl di va zad evit bezań roue war Israel da viken. Rak dibabet en deus Juda evel rener, hag a-douez ti Juda, dibabet en deus ti va zad, hag a-douez mibien va zad, kemeret en deus plijadur ennon, evit va lakaat da ren war holl Israel.

5  Hag a-douez va holl vibien, rak an AOTROU en deus roet din kalz mibien, dibabet en deus va mab Salomon, evit e lakaat da azezań war dron rouantelezh an AOTROU war Israel.

6  Hag en deus lavaret din: Salomon da vab eo a savo va zi ha va leurennoł, rak e zibabet em eus evidon evel mab, ha me a vo evitań un tad.

7  Ha me a startaio e rouantelezh da viken, ma en em stag d'ober hervez va gourc'hemennoł ha va barnedigezhioł evel hiziv.

8  Bremań eta, dirak daoulagad holl Israel, bodadeg an AOTROU, ha dirak hon Doue a glev, mirit ha klaskit holl c'hourc'hemennoł an AOTROU ho Toue, evit ma perc'hennot ar vro vat-mań, ha ma roiot anezhi da hźrezh d'ho mibien war ho lerc'h da viken.

9  Ha te, Salomon va mab, anavez Doue da dad, servij-eń gant ur galon eeun hag un ene youlus, rak an AOTROU a furch an holl galonoł hag a anavez pep mennad eus ar sońjoł. Mar klaskez anezhań, e vo kavet ganit, met mar dilez anezhań, ez taolo kuit da viken.

10  Taol evezh bremań, an AOTROU en deus da zibabet evit sevel un ti evel santual. En em galoneka, ha dit da labourat.

11  David a roas da Salomon e vab skouer ar porched, ar savadurioł, ar c'hambroł-teńzor, ar c'hambroł uhel, ar c'hambroł-diabarzh hag al lec'h-a-drugarez;

12  reiń a reas ar skouer eus an holl draoł en doa bet dre ar Spered, evit leurennoł ti an AOTROU, evit an holl gambroł tro-dro, evit teńzorioł ti an AOTROU, evit teńzorioł an traoł santel,

13  evit kevrennoł an aberzhourien hag al Levited, evit holl labour ar servij e ti an AOTROU, evit holl listri ar servij e ti an AOTROU;

14  reiń a reas an traoł-aour gant ar pouez a aour evit holl listri a bep servij, an traoł-arc'hant gant ar pouez evit holl listri a bep servij;

15  reiń a reas ar pouez eus ar c'hantolorioł aour hag eus o lampoł aour gant pouez pep kantolor hag e lampoł, pouez ar c'hantolorioł arc'hant gant pouez pep kantolor hag e lampoł, hervez implij pep kantolor;

16  reiń a reas an aour dre bouez evit taolioł baraoł a ginnig, evit pep taol, an arc'hant evit an taolioł arc'hant,

17  aour glan evit ar fourchetezioł, ar c'hirinoł, an hanafoł, hag evit al listri aour gant pouez pep lestr, ha gant pouez pep lestr arc'hant;

18  aour puraet dre bouez evit aoter an ezańs; reiń a reas skouer ar c'harr hag ar cherubined aour a astenne o eskell hag a c'holoe arc'h emglev an AOTROU.

19  Kement-se holl a zo dre skrid eus dorn an AOTROU, ha roet en deus din da gompren holl labourioł ar skouer-se.

20  David a lavaras eta da Salomon: En em galoneka ha bez kreńv, ha dit da labourat; na spont ket ha na'z pez ket aon, rak an AOTROU Doue, va Doue, a vo ganit, ne zilaosko ket ac'hanout, ne zilezo ket ac'hanout, ken na vo echuet ganit an holl labour evit servij ti an AOTROU.

21  Ha setu kevrennoł an aberzhourien hag al Levited a zo evit holl servij ti Doue. Ha bez' e vo ganit evit an holl labour-se an holl dud a-youl-vat, ampart evit servijoł a bep seurt, hag ar pennoł hag an holl bobl prest d'ober kement a lavari.

 

Pennad 29

1  Hag ar roue David a lavaras d'an holl vodadeg: Va mab Salomon, an hini hepken dibabet gant Doue, a zo yaouank ha tener, hag al labour a zo bras, rak ar palez n'eo ket evit un den, met evit an AOTROU Doue.

2  Kempennet em eus gant va holl c'halloud, evit ti va Doue, aour evit ar pezh a vo en aour, arc'hant evit ar pezh a vo en arc'hant, arem evit ar pezh a vo en arem, houarn evit ar pezh a vo en houarn, koad evit ar pezh a vo e koad, mein-oniks, mein da ensterniań, mein-skarboukl, mein a lies liv, mein prizius a bep seurt, marbr gwenn e-leizh.

3  Ha c'hoazh, em c'harantez evit ti va Doue, e roan evit ti va Doue, ouzhpenn an holl draoł am eus kempennet evit ti ar santual, aour hag arc'hant eus va zeńzor din va-unan:

4  tri mil talant (~ 90 tonenn) aour, aour eus Ofir, ha seizh mil talant (~ 210 tonenn) arc'hant puraet, evit goleiń speurioł an ti,

5  an aour evit ar pezh a vo en aour, an arc'hant evit ar pezh a vo en arc'hant, evit pep labour a vo graet dre zaouarn ar vicherourien. Piv a fell dezhań kinnig hiziv profoł a-youl-vat d'an AOTROU?

6  Ar pennoł tadoł, pennoł meuriadoł Israel, pennoł ar milieroł hag ar c'hantoł, hag ar re a rene labourioł ar roue, a reas profoł a-youl-vat.

7  Reiń a rejont evit servij ti Doue pemp mil talant (~ 150 tonenn) ha dek mil drakm (~ 40 kg) aour, dek mil talant (~ 300 tonenn) arc'hant, triwec'h mil talant (~ 540 tonenn) arem, kant mil talant (~ 3000 tonenn) houarn.

8  Ar mein prizius en doa pep hini, a lakajont e teńzor ti an AOTROU, etre daouarn Jehiel ar Gershonad.

9  Ar bobl a voe laouen gant ar profoł a-youl-vat-se, rak ober a raent a-greiz o c'halon o frofoł a-youl-vat d'an AOTROU. Hag ar roue David a voe laouen-kenań ivez.

10  David a vennigas an AOTROU dirak an holl vodadeg, ha David a lavaras: Benniget ra vi, AOTROU, Doue Israel hon tad, a gantved da gantved!

11  Dit-te, AOTROU, eo ar vrasted, an nerzh, ar c'hloar, ar beurbadelezh hag ar veurdez, rak kement a zo en neńvoł ha war an douar a zo dit. Dit-te, AOTROU, eo ar rouantelezh, ha te en em sav e pennroue dreist pep tra.

12  Ar binvidigezh hag an enor a zeu ac'hanout, mestr ez out war bep tra, an nerzh hag ar galloud a zo ez torn, ha da zorn eo a gresk hag a starta an holl draoł.

13  Bremań, hon Doue, e trugarekaomp ac'hanout hag e veulomp da anv glorius.

14  Rak piv on ha petra eo va fobl evit kaout ar galloud da brofań a-youl-vat evel-se? Rak pep tra a zeu ac'hanout, hag eus da zorn e teu ar pezh a ginnigomp dit.

15  Diavaezidi ez omp dirazout, hag ostizidi, evel hon tadoł. Hon deizioł war an douar a zo evel ar skeud, ha n'eus esperańs ebet.

16  AOTROU hon Doue, eus da zorn e teu an holl fonnusted-se hon eus kempennet evit sevel un ti da'z anv santel, ha pep tra a zo dit.

17  Gouzout a ran, va Doue, e furchez ar galon hag e kavez plijadur en eeunder. En eeunder va c'halon eo em eus kinniget a-youl-vat an holl draoł-se, ha gwelet em eus gant levenez da bobl en em gav amań, kinnig dit profoł a-youl-vat.

18  AOTROU, Doue Abraham, Izaak hag Israel, hon tadoł, mir da viken doug ar sońjoł-se e kalon da bobl, ha starta o c'halon ennout.

19  Ro ivez ur galon eeun da Salomon va mab, evit mirout da c'hourc'hemennoł, da destenioł ha da lezennoł, evit seveniń an holl draoł-se, hag evit sevel ar palez am eus kempennet.

20  Ha David a lavaras d'an holl vodadeg: Bennigit an AOTROU ho Toue! Hag an holl vodadeg a vennigas an AOTROU, Doue o zadoł. Hag e plegjont hag e stoujont dirak an AOTROU ha dirak ar roue.

21  An deiz war-lerc'h ec'h aberzhjont aberzhoł d'an AOTROU, hag e kinnigjont loskaberzhoł d'an AOTROU: mil kole, mil tourz, mil oan, gant o evadkinnigoł, hag aberzhoł e-leizh evit holl Israel.

22  Debriń hag evań a rejont en deiz-se dirak an AOTROU gant ul levenez vras. Hag ec'h embannjont roue evit an eil gwech Salomon mab David. E oleviń a rejont dirak an AOTROU evel rener, ha Zadok evel aberzhour.

23  Salomon a azezas eta war dron an AOTROU evel roue, e lec'h David e dad, hag e reas berzh, hag holl Israel a sente outań.

24  An holl bennoł, hag an dud kadarn, hag holl vibien ar roue David zoken a asantas da blegań d'ar roue Salomon.

25  Hag an AOTROU a savas Salomon uhel-tre dirak holl Israel, hag a roas dezhań ur splannder roueel, evel n'o doa bet a-raok dezhań roue ebet en Israel.

26  Evel-se, David mab Jese en doa renet war holl Israel.

27  An amzer en doa renet war Israel a voe daou-ugent vloaz. Ren a reas seizh vloaz en Hebron, ha tri bloaz ha tregont e Jeruzalem.

28  Mervel a reas en ur gozhni vras, gwalc’het a zeizioł, a binvidigezhioł hag a c'hloar. Ha Salomon e vab a renas en e lec'h.

29  Diwar-benn oberoł ar roue David, ken ar re gentań evel ar re ziwezhań, setu, emaint skrivet e levr Samuel an diouganer, e levr Natan ar profed, hag e levr Gad ar gwelour,

30  gant e holl ren ha galloud, hag ar pezh a c'hoarvezas en e amzer, ken en Israel evel en holl rouantelezhioł ar broioł all.