LEVR KENTAŃ

AR ROUANED

 

Pennad 1

1  David a oa kozh hag oadet bras. Goleiń a raent anezhań gant dilhad, ha ne domme ket dezhań.

2  E servijerien a lavaras dezhań: Ra vo klasket evit ar roue va aotrou ur plac'h yaouank gwerc'hez, en em zalc'ho dirak ar roue, a raio war e dro, hag a gousko war da vruched, evit tommań d'ar roue va aotrou.

3  Hag e voe klasket ur plac'h yaouank kaer dre holl zouar Israel, hag e voe kavet Abishag, ur Sunamitez, a voe degaset d'ar roue.

4  Ar plac'h yaouank a oa kaer-meurbet, hag e reas war-dro ar roue hag en servijas, met ar roue n'hec'h anavezas ket.

5  Adonija mab Hagid en em uhelaas o lavarout: Me a reno! Hag e pourvezas kirri, marc'hegerien hag hanter-kant den a rede a-raok dezhań.

6  E dad n'en doa graet rebech ebet dezhań e-pad e vuhez, o lavarout: Perak e rez evel-se? Ouzhpenn-se e oa kaer da welout, hag e vamm he doa e c'hanet goude Absalom.

7  Hag en em guzulias gant Joab mab Zeruja ha gant an aberzhour Abiatar; ar re-mań a sikouras hag a heulias Adonija.

8  Met an aberzhour Zadok, Benaja mab Jehojada, ar profed Natan, Shimei, Rei ha tud kalonek David, ne voent ket gant Adonija.

9  Adonija a lazhas deńved, ejened ha leueoł lart e-kichen maen Zoheled a oa war-zu En-Rogel, hag e pedas e holl vreudeur mibien ar roue, hag holl dud Juda servijerien ar roue.

10  Met ne bedas ket ar profed Natan, na Benaja, nag an dud kalonek, na Salomon e vreur.

11  Neuze e komzas Natan ouzh Bat-Sheba mamm Salomon, o lavarout: Ha ne'c'h eus ket klevet e ren Adonija mab Hagid? Hag hon aotrou, David, ne oar netra a gement-se.

12  Bremań, deus hag e roin dit un ali: Savete da vuhez ha buhez da vab Salomon.

13  Kae, kae da di ar roue David, ha lavar dezhań: Ha ne'c'h eus ket touet da'z servijerez, o roue va aotrou, en ur lavarout: A-dra-sur Salomon da vab a reno war va lerc'h hag a azezo war va zron? Perak eta e ren Adonija?

14  Setu, e-pad ma vi c'hoazh o komz gant ar roue, me a yelo va-unan war da lerc'h, hag e kadarnain da gomzoł.

15  Bat-Sheba a yeas da di ar roue, e-barzh e gambr. Ar roue a oa kozh-meurbet, hag Abishag ar Sunamitez a servije ar roue.

16  Bat-Sheba a stouas hag a zaoublegas dirak ar roue, hag ar roue a lavaras dezhi: Petra ac'h eus?

17  Hi a lavaras dezhań: Va aotrou, touet ec'h eus da-unan da'z servijerez, dre an AOTROU da Zoue: A-dra-sur Salomon da vab a reno war va lerc'h hag a azezo war va zron.

18  Ha bremań emań Adonija o ren! Ha bremań, o roue va aotrou, n'ouzout ket kement-se!

19  Lazhet en deus ejened, leueoł lart ha deńved e-leizh, ha pedet en deus holl vibien ar roue, an aberzhour Abiatar, ha Joab penn an arme, met n'en deus ket pedet Salomon da servijer.

20  Ha te, o roue va aotrou, daoulagad holl Israel a zo warnout, evit ma tisklźri d'ar bobl piv a vo azezet war dron ar roue va aotrou war e lerc'h.

21  Hag e c'hoarvezo, pa vo gourvezet gant e dadoł ar roue va aotrou, e vimp gwallgaset, me ha va mab Salomon, evel tud kablus.

22  Ha setu e komze c'hoazh gant ar roue, pa erruas ar profed Natan.

23  Kemennet e voe kement-se d'ar roue o lavarout: Setu ar profed Natan. Hag e teuas dirak ar roue, hag e stouas dirak ar roue, e zremm d'an douar.

24  Natan a lavaras: O roue va aotrou! Hag ec'h eus lavaret: Adonija a reno war va lerc'h hag a azezo war va zron?

25  Rak diskennet eo hiziv, lazhet en deus ejened, leueoł lart ha deńved e-leizh, ha pedet en deus holl vibien ar roue, pennoł an arme, hag an aberzhour Abiatar. Ha setu, emaint e tebriń hag oc'h evań dirazań, hag e lavaront: Ra vevo ar roue Adonija!

26  Met n'en deus pedet nag ac'hanon-me da servijer, nag an aberzhour Zadok, na Benaja mab Jehojada, na Salomon da servijer.

27  Kement-se, ha graet eo bet a-berzh ar roue va aotrou, hep na'z pefe roet da c'houzout da'z servijerien piv a azezo war dron ar roue va aotrou war e lerc'h?

28  Ar roue David a respontas o lavarout: Galvit Bat-Sheba din. Hag e teuas dirak ar roue hag en em zalc'has dirazań.

29  Neuze ar roue a touas hag a lavaras: Bev eo an AOTROU, en deus dieubet va ene eus pep enkrez!

30  Evel ma em eus touet dit dre an AOTROU Doue Israel, o lavarout: A-dra-sur Salomon da vab a reno war va lerc'h hag a azezo war va zron em lec'h, evel-se e rin hiziv.

31  Ha Bat-Sheba a stouas, he dremm d'an douar, hag a zaoublegas dirak ar roue, en ur lavarout: Ra vevo da viken ar roue David va aotrou!

32  Hag ar roue David a lavaras: Galvit din an aberzhour Zadok, ar profed Natan ha Benaja mab Jehojada. Hag e teujont dirak ar roue.

33  Ar roue a lavaras dezho: Kemerit ganeoc'h servijerien hoc'h aotrou, lakait Salomon va mab war va mulez, ha diskennit anezhań da C'hihon.

34  Ra vo olevet eno gant an aberzhour Zadok hag ar profed Natan, da roue war Israel. Hag e sonot gant ar shofar hag e lavarot: Ra vevo ar roue Salomon!

35  Hag e pignot war e lerc'h, hag e teuio, hag ec'h azezo war va zron, hag e reno em lec'h. Rak evel-se em eus gourc'hemennet e vo rener Israel ha Juda.

36  Benaja mab Jehojada a respontas d'ar roue o lavarout: Amen! Ra c'hourc'hemenno evel-se an AOTROU, Doue ar roue va aotrou.

37  Evel m'eo bet an AOTROU gant ar roue va aotrou, evel-se ra vo gant Salomon, ha ra uhelaio e dron muioc'h eget tron ar roue David va aotrou.

38  Neuze an aberzhour Zadok a ziskennas gant ar profed Natan, Benaja mab Jehojada, ar Geretiz hag ar Beletiz, hag e rejont da Salomon pignat war vulez ar roue David, hag e kasjont anezhań da C'hihon.

39  An aberzhour Zadok a gemeras eus an deltenn korn an eoul, hag ec'h olevas Salomon. Hag e sonjont gant ar shofar, hag an holl bobl a lavaras: Ra vevo ar roue Salomon!

40  An holl bobl a bignas war e lerc'h, hag ar bobl a c'hoarie gant fleütoł hag en em roe d'ul levenez vras, ken e frailhe an douar gant o c'hriadennoł.

41  Adonija hag an holl re bedet a oa gantań a glevas, evel ma paouezent da zebriń. Joab, o klevout son ar shofar, a lavaras: Perak an trouz tousmac'hus-se eus kźr?

42  Evel ma komze c'hoazh, setu, Jonatan mab an aberzhour Abiatar a erruas. Adonija a lavaras dezhań: Deus, rak un den kalonek ez out, degas a rez keloł mat.

43  Jonatan a respontas da Adonija o lavarout: Ya, hon aotrou ar roue David en deus lakaet Salomon da roue.

44  Ar roue en deus kaset evit mont gantań an aberzhour Zadok, ar profed Natan, Benaja mab Jehojada, ar Geretiz hag ar Beletiz, o deus graet dezhań pignat war vulez ar roue.

45  An aberzhour Zadok hag ar profed Natan o deus olevet anezhań da roue e Gihon. Adpignet o deus alese gant levenez, hag holl gźr a oa fromet. Setu an trouz hoc'h eus klevet.

46  Salomon a zo azezet war dron ar rouantelezh.

47  Servijerien ar roue a zo deuet da vennigań ar roue David hon aotrou, o lavarout: Ra vo lakaet gant Doue anv Salomon brasoc'h eget da hini, ha ra uhelaio e dron muioc'h eget da hini! Hag ar roue en deus stouet war e wele.

48  Ha setu ar pezh en deus lavaret ar roue: Benniget ra vo an AOTROU Doue Israel, en deus lakaet da vezań azezet hiziv war va zron un den a welan gant va daoulagad.

49  Neuze an holl re bedet a oa gant Adonija a voe spontet, hag e savjont, ha pep hini anezho a yeas d'e du.

50  Adonija en doe aon rak Salomon, a savas hag a yeas, hag e krogas e kerniel an aoter.

51  Hag e voe dezrevellet-se da Salomon o lavarout: Setu, Adonija en deus aon rak ar roue Salomon, ha setu, en deus kroget e kerniel an aoter, en ur lavarout: Ra douo ar roue Salomon din hiziv na raio ket mervel e servijer dre ar c'hleze.

52  Salomon a lavaras: Ma en em ren evel un den kenań, ne gouezho ket ur vlevenn dezhań d'an douar, met ma en em gav droug ennań, e varvo.

53  Hag ar roue Salomon a gasas tud evit e gerc'hat eus an aoter. Hag e teuas da stouiń dirak ar roue Salomon, ha Salomon a lavaras dezhań: Kae da'z ti.

 

Pennad 2

1  Amzer marv David a dostae, reiń a reas e c’hourc’hemennoł d'e vab Salomon, o lavarout:

2  Mont a ran dre hent an holl zouar. En em greńva, ha bez un den.

3  Mir kefridi an AOTROU da Zoue, en ur gerzhout war e hentoł, en ur virout e reolennoł, e c'hourc'hemennoł, e varnedigezhioł hag e destenioł, hervez ar pezh a zo skrivet e lezenn Moizez, evit ma ri berzh e kement a ri hag e pep lec'h ma'z i,

4  hag evit ma seveno an AOTROU ar gomz en deus disklźriet din o lavarout: Ma laka da vibien evezh d'o hent, evit kerzhout dirazon er wirionez, a-greiz o holl galon hag o holl ene, ne vanki ket da gavout ur warlerc'hiad azezet war dron Israel.

5  A-hend-all, gouzout a rez ar pezh an deus graet din Joab mab Zeruja, ar pezh en deus graet da zaou benn eus arme Israel, da Abner mab Ner ha da Amasa mab Jeter, en deus lazhet o skuilhań er peoc'h gwad ar brezel, hag o lakaat gwad ar brezel war e c'houriz en doa en-dro d'e zivgroazell ha war ar botoł en doa ouzh e dreid.

6  Ober a ri hervez da furnez, ha ne lezi ket diskenn e peoc'h e vlev gwenn da lec'h ar marv.

7  Diwar-benn mibien Barzilhai ar Galaadad, e vi madelezhus en o c'heńver, hag e vint gant ar re a zebro ouzh da daol, rak deuet int etrezek ennon pa dec'hen dirak Absalom da vreur.

8  Ha setu emań ganit Shimei mab Gera, eus Benjamin, eus Bakurim, a lavaras mallozhioł spontus a-enep din, en deiz ma'z aen da Vahanaim. Met diskenn a reas war arbenn din etrezek ar Jordan, hag e touis dezhań dre an AOTROU, o lavarout: Ne lakain ket ac'hanout d'ar marv dre ar c'hleze.

9  Bremań eta, ne lezi ket anezhań digastiz, rak fur ez out evit gouzout ar pezh az po d'ober dezhań. Lakaat a ri e vlev gwenn merket gant gwad da ziskenn da lec'h ar marv.

10  Ha David a c'hourvezas gant e dadoł, hag e voe sebeliet e kźr David.

11  An amzer ma renas David war Israel a oa daou-ugent vloaz. Ren a reas seizh vloaz en Hebron, ha tri bloaz ha tregont e Jeruzalem.

12  Ha Salomon a azezas war dron David e dad, hag e ren a voe startaet mat.

13  Adonija mab Hagid a zeuas da gavout Bat-Sheba mamm Salomon. Hi a lavaras: Ha dont a rez evit ar peoc'h? Hag e respontas: Evit ar peoc'h.

14  Hag e lavaras ivez: Ur gomz am eus evidout. Hi a respontas: Komz!

15  Hag e lavaras: Gouzout a rez e oa ar rouantelezh din, hag e c'hortoze holl Israel ma renfen. Met distroet eo ar rouantelezh ha degouezhet da'm breur, rak an AOTROU en deus he roet dezhań.

16  Bremań eta em eus ur goulenn d'ober ouzhit, na zistro ket da zremm diouzhin. Hi a respontas: Komz!

17  Hag e lavaras: Da bediń a ran, lavar d'ar roue Salomon, rak ne zistroio ket diouzh da zremm, ma roio Abishag ar Sunamitez da wreg din.

18  Bat-Sheba a respontas: Mat! Me a gomzo evidout d'ar roue.

19  Bat-Sheba a zeuas da gavout ar roue Salomon, evit komz outań evit Adonija. Ar roue a savas hag a yeas en arbenn dezhi, hag e stouas dirazi, hag ec'h azezas war e dron, hag e reas lakaat un azezenn da vamm ar roue. Hi a azezas a-zehou dezhań,

20  hag a lavaras: Ur goulenn bihan am eus d'ober diganit, na zistro ket diouzh va dremm. Ar roue a respontas: Gra, va mamm, rak ne zistroin ket diouzh da zremm.

21  Hi a lavaras: Ra vo roet Abishag ar Sunamitez da wreg da Adonija da vreur.

22  Met ar roue Salomon a respontas, o lavarout d'e vamm: Ha perak e c'houlennez Abishag ar Sunamitez evit Adonija? Goulenn eta ar rouantelezh evitań, rak va breur henań eo, evitań, hag evit an aberzhour Abiatar, hag evit Joab mab Zeruja!

23  Neuze ar roue Salomon a douas dre an AOTROU o lavarout: Ra raio Doue din hervez e vrasań rustoni, ma n'en deus ket Adonija lavaret an dra-se a-enep e vuhez!

24  Ha bremań, bev eo an AOTROU en deus va lakaet da azezań war dron David va zad, hag en deus graet din un ti, evel m'en doa lavaret! A-dra-sur Adonija a vo lakaet d'ar marv hiziv.

25  Ar roue Salomon a roas urzh da Venaja mab Jehojada, a skoas warnań, hag e varvas.

26  Goude-se ar roue a lavaras d'an aberzhour Abiatar: Kae da Anatod, war da zouaroł, rak ez out dellezek eus ar marv, koulskoude ne lakain ket ac'hanout d'ar marv hiziv, rak douget ec'h eus arc'h an Aotrou AOTROU dirak David va zad, hag ec'h eus bet perzh en holl c’hlac’haroł va zad.

27  Evel-se Salomon a gasas Abiatar kuit, ha ne voe ken aberzhour d'an AOTROU, evit ma vefe sevenet ar gomz en doa disklźriet an AOTROU e Silo a-enep ti Heli.

28  Ar c'heloł-mań a zeuas betek Joab. Joab a oa en em savet evit heuliań Adonija, petra bennak ma ne oa ket en em savet evit heuliań Absalom. Joab a dec'has e teltenn an AOTROU hag a grogas e kerniel an aoter.

29  Lavaret e voe d'ar roue Salomon e oa tec'het Joab e teltenn an AOTROU, ha setu, e-kichen an aoter. Salomon a gasa Benaja mab Jehojada, en ur lavarout dezhań: Kae, ha sko warnań.

30  Benaja a zeuas da deltenn an AOTROU hag a lavaras: Evel-henn e lavar ar roue: Deus er-maez! Eń a lavaras: Nann, amań e varvin. Benaja en disklźrias d'ar roue o lavarout: Joab en deus komzet evel-se ha respontet evel-se.

31  Ar roue a lavaras dezhań: Gra evel m'en deus lavaret, sko warnań ha sebeilh anezhań, hag e lami diwarnon ha diwar ti va zad ar gwad en deus Joab skuilhet hep abeg.

32  An AOTROU a lakaio e wad da gouezhań war e benn, rak skoet en deus war daou zen reishoc'h ha gwelloc'h egetań, hag o lazhet en deus gant ar c'hleze, hep na ouezas David va zad, Abner mab Ner penn arme Israel, hag Amasa mab Jeter penn arme Juda.

33  Hag o gwad a gouezho war benn Joab ha war benn e lignez da viken, met peoc'h a vo da viken a-berzh an AOTROU evit David, evit e lignez, evit e di hag evit e dron.

34  Benaja mab Jehojada a bignas eta, hag a skoas warnań hag en lazhas. Sebeliet e voe en e di er gouelec'h.

35  Ar roue a lakaas Benaja mab Jehojada e penn an arme e lec'h Joab, hag e lakaas an aberzhour Zadok e lec'h Abiatar.

36  Hag ar roue a gasas da c'hervel Shimei hag a lavaras dezhań: Sav un ti dit e Jeruzalem ha chom ennań, ha ned i ket er-maez du-mań pe du-hont.

37  Gouez e varvi dreist mar d'an deiz ma'z i kuit ha ma treuzi froud Kedron. Da wad a vo war da benn.

38  Shimei a respontas d'ar roue: Ar gomz-se a zo mat; da servijer a raio kement en deus lavaret ar roue va aotrou. Evel-se e chomas Shimei e Jeruzalem e-pad pell.

39  Met a-benn tri bloaz, daou servijer Shimei a dec'has da gavout Akish mab Maaka, roue Gad. Hag e voe disklźriet kement-se da Shimei o lavarout: Setu, da servijerien a zo e Gad.

40  Shimei a savas hag a zibras e azen, hag e yeas da C'had da gavout Akish, da glask e servijerien. Shimei a yeas eta, hag e tegasas gantań e servijerien eus Gad.

41  Hag e voe lavaret da Salomon e oa aet Shimei eus Jeruzalem da C'had, hag e oa deuet en-dro.

42  Ar roue a gasas da c'hervel Shimei hag a lavaras dezhań: Ha ne'm oa ket graet dit touiń dre an AOTROU, ha ne'm oa ket lavaret dit: Gouez e varvi dreist mar d'an deiz ma'z i kuit ha ma'z i er-maez du-mań pe du-hont? Ha ne'z poa ket respontet: Ar gomz-se a zo mat, klevet em eus?

43  Perak eta ne'c'h eus ket miret le an AOTROU hag ar gourc'hemenn am boa roet dit?

44  Hag ar roue a lavaras da Shimei: Gouzout a rez an holl zroug ac'h eus graet da Zavid va zad, gouzout a rez kement-se ez kalon, setu perak an AOTROU a ra da'z trougiezh kouezhań war da benn.

45  Met ar roue Salomon a vo benniget, ha tron David a vo startaet dirak an AOTROU da viken.

46  Ar roue Salomon a roas urzh da Venaja mab Jehojada, a yeas hag a skoas warnań, hag e varvas. Hag ar rouantelezh a voe startaet etre daouarn Salomon.

 

Pennad 3

1  Salomon a zeuas e kerentiezh Faraon roue an Ejipt. Kemer a reas merc'h Faraon da wreg, hag e tegasas anezhi da gźr David, ken n'en doe echu da sevel e di ha ti an AOTROU, kenkoulz hag ar voger en-dro da Jeruzalem.

2  Ar bobl a aberzhe war an uhellec'hioł hepken, rak betek neuze ne oa bet savet ti ebet en anv an AOTROU.

3  Salomon a gare an AOTROU hag a gerzhe hervez reolennoł David e dad. Hag ec'h aberzhe hag e lakae da vogediń war an uhellec'hioł hepken.

4  Ar roue a yeas da C'habaon evit aberzhiń, eno e oa an hini brasań eus an uhellec'hioł. Salomon a ginnigas mil loskaberzh war an aoter.

5  E Gabaon, an AOTROU en em ziskouezas en un huńvre da Salomon e-pad an noz, ha Doue a lavaras dezhań: Goulenn ar pezh a roin dit.

6  Salomon a lavaras: Diskouezet ec'h eus ur vadelezh vras e-keńver da servijer David va zad, dre m'en deus kerzhet dirazout er fealded, er reizhder hag en eeunder a galon ez keńver. Miret ec'h eus dezhań ar vadelezh vras-se, ha roet dezhań ur mab a zo azezet war e dron, evel hiziv.

7  Ha bremań, AOTROU va Doue, lakaet ec'h eus da servijer da ren e lec'h David va zad, ha n'on nemet un denig yaouank, n'ouzon ket penaos en em ren.

8  Da servijer a zo e-kreiz ar bobl ac'h eus dibabet, ar bobl vras-se na c'hell ket bezań niveret na kontet en abeg d'he niver bras.

9  Ro da'z servijer ur galon boellek evit barn da bobl, evit merzout etre ar mad hag an droug. Rak piv a c'hellfe barn da bobl, hag a zo ken bras?

10  Ar c'homzoł-se a blijas d'an AOTROU, dre m'en doa graet Salomon ar goulenn-se.

11  Ha Doue a lavaras dezhań: Peogwir ec'h eus graet ar goulenn-se ouzhin, ha ne'c'h eus ket goulennet ur vuhez hir, na pinvidigezhioł, na marv da enebourien, met goulennet ec'h eus poell evit barn gant reizhder,

12  setu, e ran hervez da gomzoł. Setu ma roin dit ur galon fur ha poellek, e doare ma ne vo ket bet unan heńvel ouzhit a-raok dit, ha ne vo ket unan heńvel ouzhit ez koude.

13  Reiń a rin dit zoken ar pezh na'c'h eus ket goulennet, pinvidigezhioł ha gloar, e doare ma ne vo ket unan heńvel ouzhit e-touez ar rouaned e-pad da holl zeizioł.

14  Mar kerzhez war va hentoł, o virout va reolennoł ha va gourc'hemennoł evel m'en deus kerzhet warno David da dad, me a gresko da zeizioł.

15  Neuze Salomon a zihunas, ha setu e oa un huńvre. Hag e teuas da Jeruzalem, hag en em zalc'has dirak arc'h emglev an AOTROU. Kinnig a reas loskaberzhoł hag aberzhoł a drugarekadennoł, hag e reas ur fest d'e holl servijerien.

16  Neuze div vaouez a vuhez fall a zeuas da gavout ar roue, hag en em zalc'hjont dirazań.

17  Unan eus ar maouezed a lavaras: Va aotrou, ar vaouez-mań ha me a oa o chom en hevelep ti, ha gwilioudet em eus en he c'hichen en ti.

18  Tri deiz goude ma em boa gwilioudet, ar vaouez-mań a wilioudas ivez, hag e oamp a-gevret. Den all ebet ne oa ganeomp en ti, ne oa nemet hon div en ti.

19  Mab ar vaouez-mań a varvas e-pad an noz, dre m'he doa gourvezet warnań.

20  Savet eo e-kreiz an noz, tapet he deus ar mab em boa em c'hichen e-pad ma kouske da servijerez, lakaet he deus anezhań war he barlenn, ha lakaet he deus he mab marv war va barlenn.

21  Diouzh ar mintin, pa'z on savet da reiń da zenań da'm mab, setu e oa marv. Met sellet em eus outań gant evezh diouzh ar mintin, ne oa ket eń va mab am boa ganet.

22  Ar vaouez all a lavaras: Nann, an hini bev eo va mab, met an hini marv eo da vab. Met an hini gentań a lavaras: Nann, an hini marv eo da vab, met an hini bev eo va mab. Hag e komzent evel-se dirak ar roue.

23  Ar roue a lavaras: Unan a lavar: An hini bev eo va mab, met an hini marv eo da vab; hag eben a lavar: Nann, an hini marv eo da vab, met an hini bev eo va mab.

24  Ar roue a lavaras: Degasit ur c'hleze din. Hag ur c'hleze a voe degaset dirak ar roue.

25  Ar roue a lavaras: Daouhanterit ar bugel a vev, ha roit un hanter da unan hag un hanter d'eben.

26  Hag a vaouez ma oa bev he mab, he diabarzh o vezań fromet diwar-benn he mab, a lavaras d'ar roue: Va aotrou, ro dezhi ar bugel a vev, n'e laka d'ar marv! Met eben a lavare: Ne vo na din na dit, troc'h-eń!

27  Neuze ar roue a respontas o lavarout: Roit da honnezh ar bugel a vev, ha n'e lakait ket d'ar marv: hi eo e vamm.

28  Hag holl Israel a anavezas ar varn en doa graet ar roue. Hag e voe doujańs e-keńver ar roue, rak gwelout a rejont e oa ennań furnez Doue evit barn gant reizhder.

 

Pennad 4

1  Ar roue Salomon a voe roue war holl Israel.

2  Setu amań ar re a oa e bennoł: Azaria mab an aberzhour Zadok;

3  Elihoref hag Akija mibien Shisha, a oa skribed; Jozafad mab Akilud a oa diellour;

4  Benaja mab Jehojada a oa penn an arme; Zadok hag Abiatar a oa aberzhourien;

5  Azaria mab Natan a oa penn ar verourien; Zabud mab Natan a oa ar c'hentań ofiser ha mignon ar roue;

6  Akishar a oa penn ti ar roue; Adoniram mab Abda a oa karget eus an tailhoł.

7  Salomon en doa daouzek merour war holl Israel, a raent war-dro ar pourvezioł evit ar roue hag e di; pep hini a oa karget eus ar pourvezioł e-pad ur miz eus ar bloaz.

8  Setu amań o anvioł: Mab Hur e menez Efraim;

9  mab Deker e Makaz, e Saalbim, e Bet-Shemesh, hag en Elon eus Bet-Hanan;

10  mab Hesed en Arubod, ha dezhań e oa Soko hag holl vro Hefer;

11  mab Abinadab en holl rannvro Dor, Tafad merc'h Salomon en doa da wreg;

12  Baana mab Akilud en doa Taanak ha Megiddo, hag holl vro Bet-Shean a zo etrezek Zartan, dindan Jizreel, adalek Bet-Shean betek Abel-Mehola ha betek an tu all da Jokmeam;

13  mab Geber e Ramod-Galaad, ha dezhań e oa bourc'hioł Jair mab Manase e Galaad, hag ivez rannvro Argob e Basan ha tri-ugent kźr gant mogerioł ha barrennoł arem;

14  Akinadab mab Iddo e Mahanaim;

15  Akimaaz e Neftali, Basmad merc'h Salomon en doa da wreg;

16  Baana mab Hushai en Aser hag en Alod;

17  Jozafad mab Paruak en Isakar;

18  Shimei mab Ela e Benjamin;

19  Geber mab Uri e bro Galaad, bro Sihon roue an Amoreaned, ha bro Og roue Basan, hag e oa ar penn hepken war ar vro-se.

20  Juda hag Israel a oa niverus evel an traezh a zo war aod ar mor, ken niverus e oant. Debriń, evań ha laouenaat a raent.

21  Salomon a rene war an holl rouantelezhioł adalek ar stźr betek bro ar Filistined ha betek harzoł an Ejipt. Degas a raent profoł, hag e voent sujet dezhań e-pad holl amzer e vuhez.

22  Pourvezioł Salomon a oa bemdez tregont kor (~ 9000 l) flour bleud ha tri-ugent kor bleud,

23  dek ejen lart, ugent ejen peurvan, kant dańvad, hep ar c'hirvi, ar yourc'hed, an demmed hag an evned lart.

24  Ren a rae war an holl vroioł a oa en tu-mań d'ar stźr adalek Tifsak betek Gaza, war an holl rouaned eus an tu-mań d'ar stźr, hag e oa e peoc'h gant an holl re a oa tro-dro, a bep tu.

25  Juda hag Israel a oa o chom e surentez, pep hini dindan e winienn ha dindan e fiezenn, adalek Dan betek Beer-Sheba, e-pad holl buhez Salomon.

26  Salomon en doa ivez daou-ugent mil kel-kraou-kezeg evit e girri ha daouzek mil marc'heger.

27  Ar verourien-se a bourveze ar roue Salomon hag an holl re a dostae ouzh taol ar roue Salomon, pep hini e-pad e viz, ha n'o lezent da vankout a netra.

28  Degas a raent ivez heiz ha plouz evit ar c'hezeg-tenn hag ar c'hezeg-red, e-lec'h ma vezent, pep hini hervez e garg.

29  Ha Doue a roas da Salomon furnez, ur poell bras-meurbet, hag ur galon ken frank hag an traezh a zo war aod ar mor.

30  Furnez Salomon a oa dreist furnez holl vibien ar sav-heol, hag holl furnez an Ejipsianed.

31  Furoc'h e oa eget den ebet, eget Etan an Ezrakiad, hag eget Heman, Kalkol ha Darda, mibien Makol. E vrud en em skuilhas e-touez an holl vroadoł tro-war-dro.

32  Disklźriet en deus tri mil krennlavar, hag aozet mil pemp kanaouenn.

33  Komzet en deus diwar-benn ar gwez, adalek ar sedrez a zo el Liban betek ar sikadez a gresk war ar voger. Komzet en deus ivez diwar-benn al loened, al laboused, ar stlejviled hag ar pesked.

34  Hag eus an holl bobloł e teued da glevout furnez Salomon, a-berzh holl rouaned an douar o doa klevet komz eus e furnez.

 

Pennad 5

1  Hiram roue Tir a gasas e servijerien da gavout Salomon, pa ouezas e oa bet olevet da roue e lec'h e dad. Rak Hiram en doa karet David bepred.

2  Salomon a gasas da gavout Hiram evit lavarout dezhań:

3  Gouzout a rez n'en doa ket gellet David va zad sevel un ti da anv an AOTROU e Zoue, en abeg d'ar brezel graet gant e enebourien en-dro dezhań a bep tu, ken n'en defe o lakaet an AOTROU dindan e dreid.

4  Ha bremań an AOTROU va Doue en deus roet din diskuizh a bep tu; ne'm eus na enebour na tra diaes ebet.

5  Setu emaon e-sell da sevel un ti da anv an AOTROU va Doue, evel m'en deus disklźriet an AOTROU da Zavid va zad o lavarout: Da vab, a lakain ez lec'h war da dron, a vo an hini a savo un ti da'm anv.

6  Ha bremań, gourc'hemenn ma vo troc'het din sedrez el Liban, ha va servijerien a vo gant da servijerien. Reiń a rin dit ar gopr a c'houlenni evit da servijerien, rak te a oar n'eus den e-touez ac'hanomp o c'houzout troc'hań koad evel ar Sidoniz.

7  Pa glevas Hiram komzoł Salomon, en doe ul levenez vras, hag e lavaras: Benniget ra vo hiziv an AOTROU, eń hag en deus roet da Zavid ur mab fur evit ren war ar bobl vras-se!

8  Hiram a gasas da gavout Salomon da lavarout: Klevet em eus ar pezh ac'h eus goulennet diganin, hag e rin kement a fello dit a-zivout ar c'hoad sedrez hag ar c'hoad siprez.

9  Va servijerien o diskenno eus al Liban d'ar mor, ha goude e lakain anezho war ar mor dre radelloł, betek al lec'h ma ez po merket din. O lakaat a rin da vezań distaget eno, hag e kemeri anezho. Hag e ri plijadur din en ur reiń bevańs evit va zi.

10  Hiram a roas koad sedrez ha koad siprez da Salomon, kement ha ma fellas dezhań.

11  Salomon a roas da Hiram ugent mil kor (~ 6000 m3) gwinizh evit bevańs e di, hag ugent kor (~ 6000 l) eoul glan-meurbet. Salomon a roe bep bloaz kement-se da Hiram.

12  An AOTROU a roas furnez da Salomon, evel m'en doa lavaret dezhań. Hag e voe peoc'h etre Hiram ha Salomon, hag e rejont emglev.

13  Ar roue Salomon a savas tud a aner en holl Israel, hag an aner-mań a voe a dregont mil den.

14  Hag e kasas anezho tro-ha-tro d'al Liban, dek mil bep miz. Bez' e oant ur miz el Liban ha daou viz er gźr. Adoniram a oa penn an aner-mań.

15  Salomon en doa ivez dek mil den ha tri-ugent a zouge ar bec'hioł, ha pevar-ugent mil den a droc'he war ar menez,

16  hep kontań ar vistri-vicherour lakaet gant Salomon evit ren al labour; tri mil tri c'hant e oant o ren an dud a laboure.

17  Ar roue a c'hourc'hemennas tennań mein bras ha mein talvoudus, evit ober diazez an ti gant mein kizellet.

18  Micherourien Salomon, micherourien Hiram hag ar C'hibliz a gizellas hag a gempennas ar c'hoad hag ar vein evit sevel an ti.

 

Pennad 6

1  Salomon a savas an ti d'an AOTROU pevar c'hant pevar-ugent vloaz goude ma voe mibien Israel aet kuit eus bro Ejipt, er pevare bloaz eus ren Salomon war Israel, da viz Ziv, a zo an eil miz.

2  An ti a savas ar roue Salomon d'an AOTROU en doa tri-ugent ilinad (~ 30 m) hirder, ugent ilinad (~ 10 m) ledander, ha tregont ilinad (~ 15 m) uhelder

3  Ar porched, dirak templ an ti, en doa ugent ilinad hirder, hervez ledander an ti, ha dek ilinad (~ 5 m) ledander dirak an ti.

4  Ober a reas d'an ti prenestroł gant sternioł enk.

5  Hag e savas ouzh moger an ti, tro-dro, estajoł da c'hronnań mogerioł an ti, an templ hag ar santual; evel-se e reas kambroł-kostez tro-war-dro.

6  Ledander an estaj-traoń a oa pemp ilinad, an hini kreiz c'hwec'h ilinad (~ 3 m), an trede seizh ilinad, rak graet en doa rizennoł strizh er-maez ouzh an ti, tro-dro, evit ma n'aje ket an treustoł e mogerioł an ti.

7  Evit sevel an ti, e voe graet gant mein kempennet holl er vengleuz, e doare ma ne voe klevet en ti na morzhol, na bouc'hal, na benveg houarn ebet pa voe savet.

8  Dor kambroł an estaj-kreiz a oa en tu dehou eus an ti. Gant un diri-war-vińs e pigned d'an estaj-kreiz-mań, hag eus an hini kreiz d'an trede.

9  Sevel a reas eta an ti hag en echuas, hag e c'holoas an ti gant plenk ha gant treustoł sedrez.

10  Sevel a reas an estajoł en-dro d'an ti, pep hini pemp ilinad uhelder, hag e voent dalc'het ouzh an ti dre goad sedrez.

11  Ha komz an AOTROU a voe disklźriet da Salomon o lavarout:

12  Diwar-benn an ti-se ac'h eus savet, mar kerzhez em reolennoł, ma rez diouzh va barnedigezhioł, ma virez va holl c'hourc'hemennoł evit kerzhout enno, e sevenin ez keńver ar gomz am eus lavaret da Zavid da dad,

13  hag e chomin e-touez mibien Israel, ha ne zilezin ket va fobl Israel.

14  Evel-se Salomon a savas an ti hag en echuas.

15  Lakaat a reas war vogerioł an ti, en diabarzh, plenk sedrez, adalek leur an ti betek bolz al lein. Goleiń a reas gant koad an diabarzh, hag e c'holoas leur an ti gant plenk siprez.

16  Lakaat a reas, war ugent ilinad (~ 10 m) e fońs an ti, plenk sedrez, kenkoulz war al leur ha war ar mogerioł, hag e reas en diabarzh eus al lec'h-se ar santual, al lec'h santel-meurbet.

17  An ti, da lavarout eo an templ, war an diaraog, en doa daou-ugent ilinad (~ 20 m).

18  Kizellet e oa ar sedrez en em gave en diabarzh an ti, o tiskouez moulleürioł ha bleuńv difluket. Maen ebet ne veze gwelet, an holl a oa e sedrez.

19  Diwar-benn ar santual, e lakaas anezhań en diabarzh an ti, etrezek ar fońs, evit lakaat ennań arc'h emglev an AOTROU.

20  Ar santual en doa en e ziaraog ugent ilinad (~ 10 m) hirder, ugent ilinad ledander, ugent ilinad uhelder. Hag e c'holoas anezhań hag an aoter sedrez gant aour glan.

21  Goleiń a reas gant aour glan diabarzh an ti, hag e lakaas da dremen chadennoł aour dirak ar santual, a c'holoas gant aour.

22  Evel-se e c'holoas gant aour an holl di, an ti en e bezh. Goleiń a reas ivez gant aour aoter ar santual en he fezh.

23  Hag e reas er santual daou cherubin e koad olivez a zek ilinad (~ 5 m) uhelder.

24  Unan eus eskell ur cherubin he doa pemp ilinad (~ 2,5 m), hag askell all ar cherubin he doa pemp ilinad; adalek penn un askell betek penn an askell all e oa dek ilinad.

25  An eil cherubin en doa ivez dek ilinad. An daou cherubin o doa an hevelep muzul hag an hevelep stumm.

26  Uhelder ur cherubin a oa dek ilinad, ha kemend-all evit ar cherubin all.

27  Hag e lakaas ar cherubined e-barzh an ti, etrezek ar fońs, hag e voe astennet eskell ar cherubined, e doare ma stoke askell unan anezho ouzh ar voger, hag askell ar cherubin all ouzh ar voger all, hag en em stoke o eskell, unan ouzh egile, e-kreiz an ti.

28  Hag e c'holoas gant aour ar cherubined.

29  War holl vogerioł an ti, tro-dro, e kizellas skeudennoł bosek o tiskouez cherubined, palmez ha bleuńv difluket, en diabarzh hag en diavaez.

30  Goleiń a reas gant aour leur an ti, en diabarzh hag en diavaez.

31  Ouzh digor ar santual e reas un nor gant div stalaf e koad olivez. Ar gourin hag ar postoł a oa eus ur pempvet eus ar c'hostez.

32  An div stalaf a oa e koad olivez, hag e kizellas warno skeudennoł bosek o tiskouez cherubined, palmez ha bleuńv difluket, hag e c'holoas anezho gant aour, oc'h astenn an aour war ar cherubined ha war ar palmez.

33  Ober a reas ivez, evit digor an templ, postoł koad olivez, a oa eus ur c'hard eus ment ar voger,

34  hag un nor gant div stalaf koad siprez. An div banell eus unan ar stalafioł a oa heblegus, hag an div banell eus ar stalaf all a oa ivez heblegus.

35  Kizellań a reas warno cherubined, palmez ha bleuńv difluket, hag e c'holoas anezho gant aour, a astennas war ar c'hizelladur.

36  Sevel a reas ivez leurenn an diabarzh, gant teir renkad mein-ben hag ur renkad treustoł sedrez.

37  Er pevare bloaz, da viz Ziv, diazezoł ti an AOTROU a voe lakaet,

38  hag en unnekvet bloaz, da viz Bul, a zo an eizhvet miz, an ti a voe echuet, gant e holl zalc'hoł hag hervez ma oa ret. Seizh vloaz a voe lakaet d'ober anezhań.

 

Pennad 7

1  Salomon a savas ivez e di, hag ec'h echuas anezhań a-benn trizek vloaz.

2  Sevel a reas ivez ti koad al Liban, en doa kant ilinad (~ 50 m) hirder, hanter-kant ilinad ledander, tregont ilinad uhelder, war beder renkad peulioł sedrez, gant treustoł sedrez war ar peulioł.

3  Lakaet e voe ur goloadur sedrez a-us d'ar c'hambroł a oa war ar peulioł, pemp ha daou-ugent anezho, pemzek dre bep renkad.

4  Bez' e oa teir renkad prenestroł, ur prenestr ouzh ur prenestr all, teir gwech.

5  An holl zorojoł hag ar postoł a oa gant koadajoł karrezek, ha pep prenestr a oa a-dal d'ur prenestr all, teir gwech.

6  Ober a reas ur porched gant peulioł, en doa hanter-kant ilinad (~ 25 m) hirder ha tregont ilinad ledander, hag ur porched all dirazo, ha peulioł, hag ur menk-ti dirazo.

7  Ober a reas porched an tron, e-lec'h ma varne, porched ar varnedigezh. Goloet e voe gant sedrez, adalek al leur betek al leur all.

8  Heńvel ouzh ar savadur-se e oa e di, ma oa o chom ennań, ul leurenn e oa e-barzh ar porched. Ha Salomon a reas da verc'h Faraon a oa dimezet gantań, un ti heńvel ouzh ar porched-se.

9  An holl draoł-se a oa bet graet gant mein talvoudus, benet hervez ar muzulioł dereat, heskennet gant an heskenn en diabarzh hag en diavaez, adalek an diazez betek ar rizennoł, hag en diavaez, betek al leurenn vras.

10  An diazez a oa bet graet gant mein talvoudus, mein bras, mein dek ilinad (~5 m) ha mein eizh ilinad (~ 4 m).

11  Ha warno e oa mein talvoudus, benet hervez ar muzulioł dereat, ha koad sedrez.

12  Al leurenn vras he doa ivez, tro-dro, teir renkad mein-ben hag ur renkad treustoł sedrez, evel leurenn an diabarzh eus ti an AOTROU, hag evel porched an ti.

13  Ar roue Salomon en doa lakaet da zont eus Tir, Hiram,

14  micherour war an arem, a oa mab ur vaouez intańvez eus meuriad Neftali, hag a oa e dad un Tiriad. Hemań a oa leun a furnez, skiantek ha desket evit ober pep seurt labour arem. Dont a reas da gavout ar roue Salomon, hag e reas e holl labourioł.

15  Teuziń a reas an div golonenn arem. Uhelder pep kolonenn a oa triwec'h ilinad (~ 9 m), hag ur gordenn a zaouzek ilinad (~ 6 m) a rae an dro anezhi.

16  Ober a reas div dogenn arem teuzet, evit lakaat war grec'h ar c'holonennoł. Uhelder an dogenn gentań a oa pemp ilinad (~ 2,5 m), hag uhelder an eil togenn a oa pemp ilinad.

17  Evit an togennoł a oa dreist ar c'holonennoł, e reas evel rouedoł e stumm kaelioł, ha dantelezioł evel chadennołigoł, seizh evit an dogenn gentań ha seizh evit an eil togenn.

18  Hag e reas d'ar c'holonennoł div renkad greunadez en-dro d'ar roued, evit goleiń an dogenn a oa dreist ur golonenn. Hag e reas an hevelep tra evit an eil togenn.

19  An togennoł war grec'h ar c'holonennoł er porched, a oa evel lili. Pevar ilinad (~ 2 m) o doa.

20  An togennoł war grec'h ar c'holonennoł a save uhel adalek ar volzenn a oa en tu all d'ar roued; bez' e oa ivez daou-c'hant greunadezenn, lakaet dre renk, en-dro d'an eil togenn.

21  Sevel a reas ar c'holonennoł e porched an templ, ar golonenn dehou a anvas Jakin (= lakaet e vo gantań), hag ar golonenn gleiz a anvas Boaz (= ennań an nerzh).

22  Krec'h ar c'holonennoł a oa doareet e lili. Evel-se e voe echu labour ar c'holonennoł.

23  Ober a reas ur mor e metal teuzet, en doa dek ilinad (~ 5 m) eus ur riblenn d'eben. Kelc'hiek e oa e dro, hag en doa pemp ilinad uhelder. Ha tro-dro dezhań e oa ur gordenn a dregont ilinad.

24  Ha dindanań e oa moulleürioł tro-dro, dek dre bep ilinad, o kelc'hiań ar mor. Bez' e oa div renk moulleürioł, teuzet gantań en un deuzadenn hepken.

25  Lakaet e oa war zaouzek ejen, tri a oa troet etrezek an hanternoz, tri etrezek ar c'huzh-heol, tri etrezek ar c'hreisteiz, tri etrezek ar sav-heol. Ar mor a oa warno, o holl ziadreoł a oa troet ouzh an diabarzh.

26  E devder en doa ur palvad (~ 9 cm), e riblenn a oa evel riblenn un hanaf gant flourdiliz, hag e kendalc'he tri mil bat (~ 100 metr-dińs).

27  Ober a reas dek sichenn arem; pep sichenn he doa pevar ilinad (~ 2 m) hirder, pevar ilinad ledander, tri ilinad uhelder.

28  Setu penaos e oa graet ar sichennoł: sternioł e oa, hag ar sternioł a enframme panelloł.

29  War ar sternioł etre ar panelloł, e oa leoned, ejened ha cherubined. War ar panelloł, dreist ha dindan al leoned hag an ejened, e oa traoł-kinklań divilhet.

30  Pep sichenn he doa peder rod arem, gant ahelioł arem. He fevar zroad a servije da skor dezho. Ar skorioł-mań a oa teuzet dindan ar girin, hag en tu all d'an traoł-kinklań.

31  An digor, adalek diabarzh togenn ar sichenn, e-krec'h, en doa un ilinad (~ 50 cm) uhelder. An digor-se a oa ront, en doare un diaz, hag a oa un ilinad hanter. War an digor-se e oa moulleürioł. Ar sternioł a oa karrezek, ne oant ket ront.

32  Ar peder rod a oa dindan ar sternioł, hag ahelioł ar rodoł a oa ouzh ar sichenn. Uhelder pep rod a oa un ilinad hanter (~ 75 cm).

33  Ar rodoł a oa graet evel rodoł ur c'harr. O ahelioł, o c'hammedoł, o moelloł hag o emproł, a oa bet holl teuzet.

34  Pevar skor a oa evit pevar c'horn pep sichenn. Ar skorioł a oa tennet eus ar sichenn.

35  War lein ar sichenn en em save ur c'helc'h eus un hanter ilinad, ha war lein ar sichenn, an ahelioł hag ar sternioł a oa a-bezh ganti.

36  Hag e kizellas war c'horre ar skorioł ha war ar sternioł, cherubined, leoned, palmez, hervez al lijor, ha traoł-kinklań tro-dro.

37  Evel-se e voe graet an dek sichenn, o kaout holl an hevelep teuz, an hevelep ment, an hevelep stumm.

38  Ober a reas dek kirin arem. Pep kirin a gendalc'he daou-ugent bat (~ 1400 l); pep kirin he doa pevar ilinad (~ 2 m); pep kirin a oa war unan eus an dek sichenn.

39  Lakaat a reas pemp sichenn en tu dehou eus an ti, ha pemp en tu kleiz eus an ti. Hag e lakaas ar mor en tu dehou eus an ti, etrezek ar sav-heol, an diaraog ouzh ar c'hreisteiz.

40  Hiram a reas ar c'hirinoł, ar palioł hag an hanafoł. Hag Hiram a echuas da ober al labour a rae evit ar roue Salomon e ti an AOTROU:

41  div golonenn, gant ar bolzennoł hag an togennoł a oa war benn an div golonenn, an div roued evit goleiń div volzenn an togennoł a oa war benn ar c'holonennoł,

42  pevar c'hant greunadez evit an div roued, div renk greunadez da bep roued, evit goleiń div volzenn an togennoł a oa war benn ar c'holonennoł,

43  an dek sichenn hag an dek kirin war ar sichennoł,

44  ur mor, ha daouzek ejen dindan ar mor,

45  ar podoł, ar palioł, ar fourchetezioł, an hanafoł. Hiram a reas an holl listri-se d'ar roue Salomon, evit ti an AOTROU, en arem lufret.

46  Ar roue a lakaas da deuziń anezho e plaenenn ar Jordan, er poull-pri etre Sukkod ha Zartan.

47  Salomon ne bouezas ket unan eus al listri, dre ma oant re niverus, ha ne soursied ket ouzh pouez an arem.

48  Salomon a reas ivez an holl draoł evit ti an AOTROU, an aoter aour, an taolioł aour a veze lakaet ar baraoł a ginnig warno,

49  ar c'hantolorioł en aour glan, pemp a-zehou ha pemp a-gleiz, dirak ar santual, gant ar bleuńv, al lampoł, ar gevelioł aour,

50  ar c'hibelloł, ar c'hontilli, an hanafoł, an tasoł, an ezańsoueroł en aour glan, ar mudurunoł aour evit dorojoł ti an diabarzh, da lavarout eo al lec'h santel-meurbet, hag evit dorojoł an ti, da lavarout eo an templ.

51  Evel-se e voe echuet an holl labour a reas ar roue Salomon evit ti an AOTROU. Goude-se, e tegasas ar pezh a oa bet gouestlet gant David e dad: an arc'hant, an aour hag an holl listri, a lakaas e teńzorioł ti an AOTROU.

 

Pennad 8

1  Neuze Salomon a zastumas henaourien Israel, holl bennoł ar meuriadoł, ha pennoł-tadoł mibien Israel, e Jeruzalem dirak ar roue Salomon, evit dougen arc'h emglev an AOTROU eus kźr David, a zo Sion.

2  Holl dud Israel en em zastumas e-kichen ar roue Salomon e miz Etanim, ar seizhvet miz, e-pad ar gouel.

3  Holl henaourien Israel a zeuas, hag an aberzhourien a zougas an arc'h.

4  Dougen a rejont arc'h an AOTROU, teltenn an engalv, hag an holl listri santel a oa en deltenn. An aberzhourien hag al Levited a zougas anezho.

5  Ar roue Salomon hag holl vodadenn Israel dastumet en e gichen a oa dirak an arc'h, oc'h aberzhiń deńved hag ejened, en niver ken bras ma ne c'hellent ket o c'hontań nag o niveriń.

6  An aberzhourien a zougas arc'h emglev an AOTROU d'e lec'h, e santual an ti, d'al lec'h santel-meurbet, dindan eskell ar cherubined.

7  Rak ar cherubined a astenne o eskell war lec'h an arc'h, hag ar cherubined a c'holoe an arc'h hag he barrennoł, a-zioc'h.

8  Ar barennoł a oa hir en doare ma veze gwelet o fennoł eus al lec'h santel dirak ar santual, met ne vezent ket gwelet a-ziavaez. Hag ez int eno betek hiziv.

9  Ne oa en arc'h nemet an div daolenn-vaen, en doa lakaet Moizez enni en Horeb, pa reas an AOTROU un emglev gant mibien Israel pa oant deuet er-maez eus bro an Ejipt.

10  Ha pa zeuas er-maez an aberzhourien eus al lec'h santel, ur goabrenn a leunias ti an AOTROU.

11  An aberzhourien ne c'hellent ket en em zerc'hel ennań evit ober ar servij, en abeg d'ar goabrenn, rak gloar an AOTROU he doa leuniet ti an AOTROU.

12  Neuze Salomon a lavaras: An AOTROU en deus lavaret e vefe o chom en deńvalijenn.

13  Ha me am eus peursavet un ti evit da lojeiz, un annezlec'h evit ma vi o chom ennań da viken!

14  Ar roue a droas e zremm, hag a vennigas holl vodadenn Israel. Holl vodadenn Israel a oa en he sav.

15  Hag e lavaras: Benniget ra vo an AOTROU Doue Israel, en deus komzet gant e c'henou ouzh David va zad, hag en deus sevenet gant e zorn ar pezh en doa lavaret evel-henn:

16  Abaoe an deiz ma em eus lakaet va fobl da zont kuit eus an Ejipt, ne'm eus dibabet kźr ebet e-touez holl veuriadoł Israel evit sevel un ti enni, evit ma vefe va anv aze, met em eus dibabet David da vezań war va fobl Israel.

17  Ha David va zad en doa c'hoant da sevel un ti evit anv an AOTROU Doue Israel.

18  Met an AOTROU a lavaras da Zavid va zad: Pa ec'h eus bet c'hoant da sevel un ti da'm anv, ec'h eus graet mat kaout ar mennozh-se.

19  Koulskoude ne vo ket te a savo an ti-mań, met da vab, a zeuio ac'hanout, a vo an hini a savo an ti-mań da'm anv.

20  An AOTROU en deus sevenet e gomz en doa disklźriet. Deuet on war-lerc'h David va zad, hag azezet on war dron Israel, evel m'en doa lavaret an AOTROU, ha savet em eus an ti-mań da anv an AOTROU Doue Israel.

21  Hag aozet em eus ul lec'h evit an arc'h, e-lec'h m'emań emglev an AOTROU, an hini en deus graet gant hon tadoł pa dennas anezho eus bro an Ejipt.

22  Ha Salomon en em zalc'has en e sav dirak aoter an AOTROU, a-dal da holl vodadenn Israel, hag ec'h astennas e zaouarn etrezek an neńvoł,

23  hag e lavaras: O AOTROU Doue Israel! N'eus Doue ebet eveldout, na d'an nec'h en neńvoł na d'an traoń war an douar, o virout an emglev hag an drugarez e-keńver da servijerien a gerzh dirazout a-greiz o holl galon.

24  Dalc'het ec'h eus e-keńver da servijer David va zad d'ar pezh az poa prometet dezhań. Hag ar pezh ac'h eus lavaret gant da c'henoł, da zorn en deus e sevenet, evel ma weler hiziv.

25  Bremań eta, AOTROU Doue Israel, dalc'h e-keńver da servijer David d'ar pezh az poa prometet dezhań, o lavarout: Ne vanki ket da gavout ur warlerc'hiad dirazon azezet war dron Israel, gant ma lakaio da vibien evezh d'o hent, evit kerzhout dirazon evel ma ec'h eus kerzhet dirazon.

26  Ha bremań, Doue Israel, ra vo peurc'hraet ar gomz ac'h eus disklźriet da'z servijer Zavid va zad.

27  Ha gwir e vefe e chomfe Doue war an douar? Setu, an neńvoł, zoken neńvoł an neńvoł ne c'hellont ket da genderc'hel, pegement nebeutoc'h an ti-mań am eus savet dit?

28  Koulskoude, AOTROU va Doue, taol evezh ouzh pedenn da servijer hag ouzh e c'houlenn, selaou ouzh ar griadenn hag ar bedenn a ra da servijer dirazout hiziv.

29  Ra vo da zaoulagad digor, noz ha deiz, war an ti-mań, war al lec'h ma ec'h eus lavaret diwar e benn: Va anv a vo aze. Selaou ar bedenn a ra da servijer dit el lec'h-mań.

30  Selaou goulenn da servijer ha da bobl Israel pa bedint el lec'h-mań, selaou anezho eus an neńvoł, eus al lec'h emaout o chom, selaou ha pardon!

31  P'en devo pec'het unan bennak a-enep e nesań, hag e vo lakaet warnań ober ul le evit ober dezhań touiń, ma teuio d'ober e le dirak da aoter en ti-mań,

32  selaou-eń eus an neńvoł, gra ha barn da servijerien, en ur reiń e c'hopr d'an den fall dre lakaat e hent da gouezhań war e benn, hag en ur reishaat an den reizh dre reiń dezhań hervez e reizhder.

33  Pa vo bet pilet da bobl Israel gant hec'h enebour, evit bezań pec'het a-enep dit, mar distroont, mar roont gloar da'z anv, mar reont dit pedennoł ha goulennoł en ti-mań,

34  selaou anezho eus an neńvoł, pardon pec'hed da bobl Israel, degas anezho d'an douar ac'h eus roet d'o zadoł.

35  Pa vo serret an neńvoł ha ne vo ket a c'hlav, evit bezań pec'het a-enep dit, mar pedont ac'hanout el lec'h-mań, mar roont gloar da'z anv, mar distroont diouzh o fec'hedoł dre ma ez po kastizet anezho,

36  selaou anezho eus an neńvoł, pardon pec'hed da servijerien ha da bobl Israel, en ur gelenn dezho an hent mat, a zo ret dezho kerzhout gantań, ha kas glav war an douar ac'h eus roet da hźrezh da'z pobl.

37  Pa vo er vro an naonegezh pe ar vosenn pe ar mergl pe an intr pe ar c'hilheien-raden pe ar preńvedigoł, pa vint sezizet en o bro hag en o dorojoł gant o enebourien, pa vo ur gouli pe ur c'hleńved bennak,

38  mar gra unan bennak pe da holl bobl Israel ur bedenn bennak pe ur goulenn bennak, mar anzav pep hini gouli e galon hag ec'h astenn e zaouarn etrezek an ti-mań,

39  selaou anezho eus an neńvoł, eus al lec'h emaout o chom, pardon, gra, ha ro da bep hini hervez e holl hentoł, te hag a anavez e galon, rak te da-unan a anavez kalonoł mibien an dud.

40  Evel-se o devo doujańs ouzhit e-pad an holl amzer ma vevint war an douar ac'h eus roet d'hon tadoł.

41  Pa zeuio an diavaeziad, an hini na vo ket eus da bobl Israel, eus ur vro bell, en abeg da'z anv,

42  rak klevet e vo ez eo bras da anv, kreńv da zorn, astennet da vrec'h, pa zeuio da bediń d'an ti-mań,

43  selaou anezhań eus an neńvoł, eus al lec'h emaout o chom, ha gra kement a c'houlenno an diavaeziad-se diganit, evit ma'c'h anavezo holl bobloł an douar da anv, ma toujint ac'hanout evel da bobl Israel, ha ma ouezint ez eo da anv galvet war an ti-mań am eus savet.

44  Pa'z aio da bobl er-maez d'ar brezel a-enep hec'h enebour, dre an hent ma ez po kaset anezho, mar pedont an AOTROU o sellout etrezek ar gźr-mań ac'h eus dibabet, hag etrezek an ti-mań am eus savet da'z anv,

45  selaou eus an neńvoł o fedenn hag o goulenn, ha gra reizhder dezho.

46  P'o devo pec'het a-enep dit, rak n'eus den ha na bec'h ket, hag e vi fuloret a-enep dezho, hag e roi anezho d'o enebourien, hag e vint harluet d'ur vro enebour bell pe dost gant ar re o devo o c'hemeret,

47  mar deuont enno o-unan er vro ma vint harluet enni, mar pedont o kaout keuz e bro ar re o devo o harluet, o lavarout: Pec'het hon eus, graet hon eus an droug, en em renet hon eus gant fallentez,

48  mar distroont da'z kavout a-greiz o holl galon hag o holl ene e bro o enebourien ma vint bet harluet enni, mar pedont o sellout etrezek o bro ac'h eus roet d'o zadoł, etrezek ar gźr-mań ac'h eus dibabet, hag etrezek an ti-mań am eus savet da'z anv,

49  selaou eus an neńvoł, eus al lec'h emaout o chom, o fedenn hag o goulenn, gra reizhder dezho,

50  pardon da'z pobl he devo pec'het a-enep dit an holl bec'hedoł o devo graet a-enep dit, gra ma vint un dra a drugarez evit ar re o devo o harluet ha m'o devo truez outo,

51  rak da bobl ha da hźrezh ez int, ac'h eus tennet eus an Ejipt a-greiz ar fornez-houarn.

52  Ra vo da zaoulagad digor war bedenn da servijer ha war bedenn da bobl Israel, evit o selaou e kement a c'houlennint ouzhit.

53  Rak o dispartiet ec'h eus a-douez holl bobloł an douar, evit bezań da hźrezh, evel ma ec'h eus lavaret dre Voizez da servijer, pa ec'h eus tennet hon tadoł  eus an Ejipt, Aotrou AOTROU!

54  P'en doe echuet Salomon d'ober ar bedenn-se hag ar goulenn-se ouzh an AOTROU, e savas a-zirak aoter an AOTROU, e-lec'h ma oa daoulinet, hag e zaouarn astennet war-zu an neńvoł,

55  en em zalc'has en e sav, hag e vennigas holl vodadeg Israel o lavarout:

56  Benniget ra vo an AOTROU en deus roet diskuizh d'e bobl Israel, hervez kement en doa lavaret. N'eus ket kouezhet ur ger hepken eus an holl gomzoł mat en doa disklźriet dre Voizez e servijer.

57  Ra vo an AOTROU hon Doue ganeomp, evel m'eo bet gant hon tadoł. Ra n'hon dilezo ket, ra n'hon distaolo ket.

58  Ra blego hor c'halonoł war-zu ennań, evit ma kerzhimp en e holl hentoł ha ma virimp e c'hourc'hemennoł, reolennoł ha barnedigezhioł, en deus roet d'hon tadoł.

59  Ra vo ar c'homzoł-se, am eus pedet an AOTROU ganto, dirak an AOTROU hon Doue deiz ha noz, evit ma roio e wir d'e servijer hag he gwir d'e bol Israel, hervez an ezhomm pemdeziek,

60  evit ma'c'h anavezo holl bobloł an douar eo an AOTROU a zo Doue ha n'eus hini all ebet,

61  hag evit ma vo ho kalon eeun e-keńver an AOTROU hon Doue, o kerzhout en e reolennoł hag o virout e c'hourc'hemennoł evel hiziv.

62  Ar roue hag holl Israel gantań a ginnigas aberzhoł dirak an AOTROU.

63  Ha Salomon a ginnigas un aberzh a drugarekadennoł a brofas d'an AOTROU, daou vil ejen warn-ugent ha kant ugent mil dańvad. Evel-se ar roue hag holl vibien Israel a reas dedi ti an AOTROU.

64  En deiz-se, ar roue a santelaas kreiz al leurenn a oa dirak ti an AOTROU, rak kinnig a reas eno al loskaberzhoł, an donezonoł ha lard an aberzhoł a drugarekadennoł, rak an aoter arem a oa dirak an AOTROU a oa re vihan evit kenderc'hel al loskaberzhoł, an donezonoł ha lard an aberzhoł a drugarekadennoł.

65  Salomon a lidas ar gouel en amzer-se, hag holl Israel gantań. Bez' e oa ur vodadenn vras-meurbet, deuet adalek trowardroioł Hamad betek froud an Ejipt, dirak an AOTROU hon Doue, e-pad seizh deiz ha seizh deiz all, da lavarout eo e-pad pevarzek deiz.

66  D'an eizhvet deiz e kasas ar bobl kuit. Hag e vennigjont ar roue, hag ez ejont d'o zeltennoł, laouen ha seder en o c'halonoł, en abeg d'ar vad en doa graet an AOTROU da Zavid e servijer ha da Israel e bobl.

 

Pennad 9

1  Pa echuas Salomon sevel ti an AOTROU ha ti ar roue, ha kement tra en doa Salomon c'hoant d'ober hag a blije dezhań,

2  an AOTROU en em ziskouezas dezhań evit an eil gwech, evel ma oa en em ziskouezet dezhań e Gabaon.

3  An AOTROU a lavaras dezhań: Selaouet em eus da bedenn hag ar goulenn ac'h eus graet ouzhin. Santelaet em eus an ti-mań ac'h eus savet evit lakaat ennań va anv da viken. Va daoulagad ha va c'halon a vo bepred eno.

4  Ha te, mar kerzhez dirazon evel m'en deus kerzhet David da dad, gant eeunder a galon ha lealded, oc'h ober kement a c'hourc'hemennan dit, mar mirez va reolennoł ha va barnedigezhioł,

5  e startain tron da rouantelezh war Israel da viken, evel ma em eus disklźriet da Zavid da dad, o lavarout: Ne vanki ket da gavout ur warlerc'hiad war dron Israel.

6  Met mar distroit diouzhin, c'hwi hag ho mibien, ma ne virit ket va gourc'hemennoł ha va reolennoł am eus lakaet dirazoc'h, ha mard it da servijań doueoł all ha da stouiń dirazo,

7  me a lamo Israel a-ziwar an douar am eus roet dezhań, me a daolo pell diouzhin an ti-mań am eus santelaet da'm anv, hag Israel a vo ur vojenn hag ur goapaerezh e-touez an holl bobloł.

8  An ti-mań a zo savet ken uhel ma vo souezhet piv bennak a dremeno en e gichen, hag e c'hwitello hag e lavaro: Perak en deus graet an AOTROU evel-se d'ar vro-mań ha d'an ti-mań?

9  Hag e vo respontet: Dre m'o deus dilezet an AOTROU o Doue, en deus lakaet o zadoł da zont kuit eus bro Ejipt, ha dre m'o deus en em staget ouzh doueoł all, ha stouet dirazo ha servijet anezho. En abeg da-se eo en deus lakaet an holl boanioł-se da zont warno.

10  A-benn ugent vloaz, e voe savet gant Salomon an daou di, ti an AOTROU ha ti ar roue.

11  Hiram roue Tir en doa roet da Salomon koad sedrez, koad siprez hag aour, kement hag en doa c'hoant. Ar roue Salomon a roas da Hiram ugent kźr e bro C'halilea.

12  Hiram a yeas eus Tir da welout ar c'hźrioł en doa Salomon roet dezhań. Met ne blijont ket dezhań,

13  hag e lavaras: Petra eo ar c'hźrioł-se ac'h eus roet din, va breur? Hag ec'h anvas anezho Bro-Gabul, a zo c'hoazh o anv hiziv.

14  Hiram en doa kaset d'ar roue kant ugent talant (~ 3600 kg) aour.

15  Un aner a savas ar roue Salomon, evit sevel ti an AOTROU, e di, Milho, moger Jeruzalem, Hazor, Megiddo ha Gezer.

16  Faraon roue an Ejipt a oa pignet hag en doa tapet Gezer, hag en doa devet anezhi. Lazhet en doa ar Gananeiz a oa o chom er gźr-se. Hag e roas anezhi en argouroł d'e verc'h, gwreg Salomon.

17  Salomon a savas Gezer, Bet-Horon-Izelań,

18  Baalad, Tadmor e gouelec'h ar vro,

19  an holl gźrioł a servije da diez-dastum en doa Salomon, an holl gźrioł evit ar c'hirri, ar c'hźrioł evit e varc'hegerien, ha kement a c'hoantae Salomon sevel e Jeruzalem, el Liban, hag en holl vro dindan e vestroni.

20  Hag an holl bobl a vane eus an Amoreaned, eus an Hitited, eus ar Ferezianed, eus an Havianed hag eus ar Jebuziz, ar re ne oant ket mibien Israel,

21  o diskennidi a oa chomet war o lerc'h er vro, ha n'o deus ket gellet mibien Israel o lakaat da verz, Salomon a sujas anezho da anerioł hag o sklavelaas betek hiziv.

22  Salomon ne lezas hini ebet eus mibien Israel da vezań evel sklav, met ar re-mań a oa tud a vrezel, hag e servijerien, e renerien, e ofiserien, ha pennoł eus e girri hag e varc'hegerien.

23  Ar pennoł lakaet gant Salomon war al labourioł a oa pemp kant hanter-kant, karget da eveshaat ar bobl a rae al labour.

24  Merc'h Faraon a bignas eus kźr David d'he zi savet eviti. Hag e savas Milho.

25  Salomon a ginnige, teir gwech ar bloaz, loskaberzhoł hag aberzhoł a drugarekadennoł war an aoter en doa savet d'an AOTROU, hag e lakae da vogediń war an hini a oa dirak an AOTROU. Hag ec'h echuas an ti.

26  Ar roue Salomon a baramantas listri e Ezion-Geber, e-kichen Elod, war aod ar Mor-Ruz e bro Edom.

27  Hiram a gasas war al listri martoloded a anaveze ar mor a-douez e servijerien, evit bezań gant servijerien Salomon.

28  Mont a rejont da Ofir, hag e kemerjont eno pevar c'hant ugent talant (~ 12600 kg) aour, a zegasjont d'ar roue Salomon.

 

Pennad 10

1  Rouanez Seba, o vezań klevet brud Salomon abalamour da anv an AOTROU, a zeuas d'e amprouiń dre luziadelloł.

2  Dont a reas da Jeruzalem gant un heuliad bras, gant kańvaled o tougen louzoł-frondus, aour e-leizh ha mein prizius. Dont a reas da gavout Salomon, hag e komzas gantań eus kement he doa en he c'halon.

3  Salomon a zisplegas dezhi diwar-benn he holl luziadelloł, ha ne voe netra na intentas ket ar roue ha na zisplegas ket dezhi.

4  Rouanez Seba, o welout holl furnez Salomon, an ti en doa savet,

5  meuzioł e daol, annezlec'hioł e servijerien, urzh ha gwiskamant a re a servije, e hanaferien, e loskaberzhoł a ginnige e ti an AOTROU, a voe holl er-maez anezhi hec'h-unan.

6  Hag e lavaras d'ar roue: Gwir eo ar pezh am eus klevet em bro diwar-benn da stad ha da furnez.

7  Ne greden ket ar pezh a lavared, betek ma'z on deuet ha ma o deus gwelet va daoulagad. Ha setu, ne oa lavaret din nemet an hanter. Da furnez ha da vadoł a dremen ar pezh am boa klevet eus da vrud.

8  Eürus eo da dud! Eürus da servijerien en em zalc'h bepred dirazout hag a selaou da furnez!

9  Ra vo benniget an AOTROU da Zoue, en deus kavet e blijadur ennout, evit da lakaat war dron Israel! Dre m'en deus karet an AOTROU Israel da viken, eo en deus da lakaet da roue, evit ober eeunder ha reizhder.

10  Hag e roas d'ar roue kant ugent talant (~ 3600 kg) aour, louzoł-frondus e-leizh, ha mein prizius. Ha ne zeuas biskoazh un niver ken bras a louzoł-frondus, evel ma roas rouanez Seba d'ar roue Salomon.

11  Listri Hiram, o doa degaset aour eus Ofir, a zegasas ivez eus Ofir koad santal ha mein prizius e-leizh.

12  Gant ar c'hoad santal-se e reas ar roue balustroł evit ti an AOTROU hag evit ti ar roue, ha telennoł ha lourennoł evit ar ganerien. Ha ne zeuas ken evel ar c'hoad santal-se, ha ne voe ken gwelet betek hiziv.

13  Ar roue Salomon a roas da rouanez Seba kement a c'hoantaas, ar pezh a c'houlennas, hag ouzhpenn-se e roas dezhi profoł evel ma c'helle reiń ar roue Salomon. Hag e tistroas hag ez eas d'he bro, hi hag he servijerien.

14  Pouez an aour a zeue da Salomon bep bloaz a oa c'hwec'h kant c'hwec'h ha tri-ugent talant (~ 20 tonenn) aour;

15  hag ouzhpenn-se e oa ar pezh a zegase ar werzherien hag ar c'henwerzh a-vunut, hag holl rouaned Arabia, ha gouarnourien ar broioł-se.

16  Ar roue Salomon a reas daou-c'hant skoed aour morzholiet, o lakaat da-se c'hwec'h kant sikl (~ 6 kg) aour evit pep skoed,

17  ha tri c'hant skoed bihanoc'h en aour morzholiet, o lakaat teir minenn (~ 1,5 kg) aour evit pep skoed. Ar roue a lakaas anezho e ti koad al Liban.

18  Ar roue a reas ivez un tron olifant bras, a c'holoas gant aour puraet.

19  An tron en doa c'hwec'h derez, krec'h an tron a oa ront en a-dreńv, brenkoł a oa a bep tu d'ar gador, ha daou leon en em zalc'he e-kichen ar brenkoł.

20  Bez' e oa ivez eno daouzek leon war ar c'hwec'h derez, a bep tu. Netra heńvel ne oa bet graet e rouantelezh ebet.

21  Holl hanafoł ar roue Salomon a oa en aour, hag holl listri ti koad al Liban a oa en aour glan. Netra ne oa en arc'hant. Ne veze graet van ebet anezhań en deizioł Salomon.

22  Rak ar roue en doa war vor listri Tarsiz gant listri Hiram, hag ur wech bep tri bloaz, e teue en-dro listri Tarsiz da zegas aour, arc'hant, olifant, marmouzien ha pauned.

23  Evel-se ar roue Salomon a voe brasoc'h eget holl rouaned an douar, dre e binvidigezh hag e furnez.

24  Holl rouaned an douar a glaske dremm Salomon, evit klevout ar furnez en doa lakaet Doue en e galon.

25  Pep hini anezho a zegase e brof, listri arc'hant, listri aour, dilhad, armoł, louzoł-frondus, kezeg, muled, bloaz dre vloaz.

26  Salomon a zastumas kirri ha marc'hegerien. Bez' en doa mil pevar c'hant karr ha daouzek mil marc'heger, hag e lakaas anezho er c'hźrioł ma veze lec'hiet e girri, hag e Jeruzalem e-kichen ar roue.

27  Ar roue a reas d'an arc'hant bezań ken boutin e Jeruzalem ha mein, ha d'ar sedrez ken boutin ha sikamor ar blaenenn.

28  Eus an Ejipt hag eus Kue eo e teue ar c'hezeg evit Salomon. Ur strollad marc'hadourien ar roue a yae d'o c'herc'hat eus Kue dre lodenn evit ur priz merket.

29  Lakaat a raed da zont eus an Ejipt ur c'harr evit c'hwec'h kant sikl (~ 6 kg) arc'hant hag ur marc'h evit kant hag hanter-kant (~ 1,5 kg). Degaset e vezent ivez evit holl rouaned an Hitited hag evit rouaned Siria.

 

Pennad 11

1  Ar roue Salomon a garas kalz a vaouezed estren, ouzhpenn merc'h Faraon, Moabadezed, Ammonadezed, Edomadezed, Sidonadezed, Hititezed,

2  a-douez ar broadoł en doa lavaret an AOTROU da vibien Israel diwar o fenn: Ned eot ket d'o zi, ne zeuint ket d'ho ti, rak a-dra-sur, e tistrofent ho kalonoł war-lerc'h o doueoł. Met Salomon en em stagas outo dre garantez.

3  Bez' en doe eta da wragez seizh kant prińsez, ha tri c'hant serc'h. Hag e wragez a zistroas e galon.

4  En amzer kozhni Salomon, e wragez a zistroas e galon war-lerc'h doueoł all, hag e galon ne voe ket eeun e-keńver an AOTROU e Zoue, evel ma oa bet kalon David e dad.

5  Salomon a yeas war-lerc'h Astarte doueez ar Sidoniz, ha Milkom euzhusted an Ammoniz.

6  Salomon a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, ha ned eas ket a-grenn war-lerc'h an AOTROU evel David e dad.

7  Salomon a savas un uhellec'h evit Kemosh euzhusted ar Voabiz war ar menez a zo a-dal da Jeruzalem, hag evit Molok euzhusted mibien Ammon.

8  Kement-se e reas evit e holl wragez estren, a lakae da vogediń hag a aberzhe d'o doueoł.

9  Hag an AOTROU a gounnaras a-enep Salomon, dre m'en doa distroet e galon diouzh an AOTROU Doue Israel, a oa en em ziskouezet dezhań div wech,

10  hag en doa roet dezhań an urzh, a-zivout ar poent-se, da chom hep mont war-lerc'h doueoł all. Met ne viras ket ar pezh en doa gourc'hemennet an AOTROU.

11  An AOTROU a lavaras da Salomon: Peogwir ec'h eus graet evel-se, ha ne'c'h eus ket miret va emglev ha va reolennoł am boa roet dit, e rogin a-dra-sur ar rouantelezh diwarnout, hag e roin anezhi da'z servijer.

12  Koulskoude, abalamour da Zavid da dad, ne rin ket kement-se e-pad da vuhez, met diouzh dorn da vab eo e rogin anezhi.

13  Koulskoude ne rogin ket an holl rouantelezh, met ur meuriad a roin da'z mab, abalamour da Zavid va servijer, hag abalamour da Jeruzalem am eus dibabet.

14  An AOTROU a savas eta un enebour da Salomon, Hadad an Edomad, a oa eus gouenn roue Edom.

15  En amzer ma oa bet David en Edom, pa bignas Joab penn an arme da sebeliań ar re lazhet, e lazhas holl baotred Edom;

16  chom a reas Joab c'hwec'h miz eno gant holl Israel, betek m'en doe lazhet holl baotred Edom.

17  Neuze Hadad a dec'has gant un nebeud Edomiz servijerien e dad, evit en em dennań en Ejipt. Hadad a oa ur bugel yaouank.

18  Pa voent aet eus Madian, e teujont da Baran, hag e kemerjont ganto tud Paran, hag en em dennjont d'an Ejipt, da gavout Faraon roue an Ejipt, a roas dezhań un ti, a verkas dezhań peadra de vevań, hag a roas dezhań ivez un douar.

19  Hadad a gavas trugarez dirak daoulagad Faraon, e doare ma roas dezhań da wreg c'hoar e wreg, c'hoar ar rouanez Tapanez.

20  C'hoar Tapanez a c'hanas dezhań e vab Genubad, a voe dizonet gant Tapanez e ti Faraon. Evel-se e oa Genubad e ti Faraon, e-touez mibien Faraon.

21  Pa'c'h anavezas Hadad, en Ejipt, e oa gourvezet David gant e dadoł, hag e oa marv Joab penn an arme, e lavaras da Faraon: Va lez da vont kuit da'm bro.

22  Faraon a lavaras dezhań: Petra a vank dit em c'hichen, ma c'houlennez evel-se mont da'z pro? Hag eń a lavaras: Netra, met va lez da vont kuit.

23  Doue a savas c'hoazh un enebour da Salomon, Rezon mab Eliada, a oa tec'het eus e vestr Hadadezer roue Zoba.

24  Dastumet en doa tud a-enep dezhań, hag e oa penn ur strollad pa lazhas David anezho, hag ez ejont da Zamask, hag e chomjont eno, hag e renjont.

25  Hemań a voe enebour da Israel e-pad holl amzer Salomon, ouzhpenn an droug a rae Hadad. Kasaat a reas Israel, hag e renas war Siria.

26  Jeroboam mab Nebad, un Efratiad eus Zereda, servijer Salomon, e vamm a oa ur vaouez intańvez anvet Zerua, a savas ivez e zorn a-enep ar roue.

27  Ha setu an abeg a reas dezhań sevel e zorn a-enep ar roue: Salomon a save Milho hag a gloze toull-freuz kźr David e dad.

28  Jeroboam a oa ur brezelour kalonek; Salomon, o welout an den yaouank-se o labourat, a lakaas anezhań war holl garg ti Jozef.

29  Hag e c'hoarvezas, en amzer-se, ma'z eas Jeroboam er-maez eus Jeruzalem. Ar profed Akija eus Silo, gwisket gant ur vantell nevez, en em gavas gantań war an hent. Hag e oant o-daou o-unan war ar maez.

30  Akija a gemeras ar vantell nevez en doa warnań, hag a rogas anezhi e daouzek tamm;

31  hag e lavaras da Jeroboam: Kemer evidout dek tamm, rak evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Setu e rogin ar rouantelezh diouzh dorn Salomon, hag e roin dit dek meuriad.

32  Met ur meuriad en devo, abalamour da Zavid va servijer, hag abalamour da Jeruzalem am eus dibabet a-douez holl veuriadoł Israel.

33  Kement-se dre m'o deus va dilezet, dre m'o deus stouet dirak Astarte doueez ar Sidoniz, dirak Kemosh doue Moab, dirak Milkom doue mibien Ammon, ha dre ma n'o deus ket kerzhet em hentoł, evit ober ar pezh a zo reizh dirak va daoulagad hag evit mirout va reolennoł ha va barnedigezhioł evel David e dad.

34  Koulskoude ne lamin netra eus ar rouantelezh diouzh e zorn, rak e-keit ha ma vevo e kendalc'hin anezhań evel prińs, abalamour da Zavid va servijer am eus dibabet hag en deus miret va gourc'hemennoł ha va reolennoł.

35  Met lemel a rin ar rouantelezh diouzh dorn e vab, hag e roin dit dek meuriad.

36  Hag ur meuriad a roin d'e vab, evit m'en devo David va servijer ul lamp bepred dirazon e Jeruzalem, ar gźr am eus dibabet evit lakaat va anv enni.

37  Da gemer a rin eta, ha ren a ri war gement a c'hoantaio da ene, hag e vi roue war Israel.

38  Mar sentez ouzhin e kement a c'hourc'hemennin dit, ma kerzhez em hentoł, ma rez kement a zo reizh dirak va daoulagad, en ur virout va reolennoł ha va gourc'hemennoł evel m'en deus graet David va servijer, me a vo ganit, hag e savin dit un ti padus evel ma em eus savet unan da Zavid, hag e roin dit Israel.

39  Izelaat a rin lignez David en abeg da-se, met ne vo ket da viken.

40  Salomon a glaskas lakaat d'ar marv Jeroboam, met Jeroboam a savas hag a dec'has d'an Ejipt e-kichen Shishak roue an Ejipt, hag e chomas en Ejipt betek marv Salomon.

41  Diwar-benn nemorant oberoł Salomon, kement a reas, hag e furnez, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr oberoł Salomon?

42  An amzer ma renas Salomon e Jeruzalem war holl Israel a voe daou-ugent vloaz.

43  Ha Salomon a c'hourvezas gant e dadoł, hag e voe sebeliet e kźr David e dad. Ha Roboam e vab a renas en e lec'h.

 

Pennad 12

1  Roboam a yeas da Sichem, rak holl Israel a oa deuet da Sichem evit e lakaat da roue.

2  Pa glevas Jeroboam mab Nebad kement-se, edo c'hoazh en Ejipt, e-lec'h ma oa tec'het a-zirak ar roue Salomon; en Ejipt e oa o chom.

3  Kaset e voe da c'hervel anezhań. Jeroboam hag holl vodadeg Israel a zeuas hag a gomzas ouzh Roboam o lavarout:

4  Da dad en deus lakaet warnomp ur yev pounner. Skańva bremań kargoł kalet da dad hag ar yev pounner en deus lakaet warnomp, hag e servijimp ac'hanout.

5  Hag e lavaras dezho: Kit, ha distroit da'm c'havout a-benn tri deiz; hag ar bobl a yeas kuit.

6  Ar roue Roboam a c'houlennas ali digant ar re gozh a oa bet e-kichen Salomon e dad pa oa bev, o lavarout: Peseurt respont am c'huzuilhit d'ober d'ar bobl-se?

7  Hag e respontjont dezhań evel-henn: Mar bezez e servij ar bobl-se, mar o selaouez, mar respontez dezho komzoł madelezhus, e vint da servijerien da viken.

8  Met dilezel a reas an ali o doa roet dezhań ar re gozh, hag e c'houlennas ali digant ar re yaouank o doa kresket gantań hag en em zalc'he dirazań.

9  Hag e lavaras dezho: Peseurt respont am c'huzuilhit d'ober d'ar bobl-se he deus komzet ouzhin o lavarout: Skańva ar yev en deus lakaet da dad warnomp?

10  Hag ar re yaouank o doa kresket gantań a respontas o lavarout: Evel-henn e komzi ouzh ar bobl-se he deus komzet ouzhit o lavarout: Da dad en deus lakaet warnomp ur yev pounner, ha te, skańva hor yev! Respont a ri dezho: Va biz bihan a zo tevoc'h eget divgroazell va zad.

11  Va zad en deus lakaet warnoc'h ur yev pounner, met me a lakaio ho yev pounneroc'h c'hoazh. Va zad en deus kastizet ac'hanoc'h gant skourjezoł, met me a raio gant skourjezoł-kruged.

12  Tri deiz goude, Jeroboam hag an holl bobl a zeuas da gavout Roboam, evel m'en doa lavaret ar roue: Distroit da'm c'havout a-benn tri deiz.

13  Met ar roue a respontas garv d'ar bobl, o tilezel an ali o doa roet dezhań ar re gozh.

14  Hag e komzas outo hervez ali ar re yaouank, o lavarout: Va zad en deus lakaet warnoc'h ur yev pounner, met me a lakaio ho yev pounneroc'h c'hoazh. Va zad en deus ho kastizet gant skourjezoł, met me ho kastizo gant skourjezoł-kruged.

15  Ar roue ne selaouas ket eta ouzh ar bobl, ha kement-se a zeue a-berzh an AOTROU, evit ma vefe sevenet ar gomz en doa lavaret an AOTROU da Jeroboam mab Nebad dre Akija eus Silo.

16  Pa welas holl Israel ne selaoue ket ar roue anezho, e respontjont d'ar roue o lavarout: Peseurt lodenn hon eus gant David? N'hon eus hźrezh ebet gant mab Jese! Pep hini d'e deltennoł, Israel! Ha bremań, David, pourvez da'z ti! Evel-se, holl Israel a yeas d'e deltennoł.

17  Roboam a renas war ar re eus mibien Israel a oa o chom e kźrioł Juda.

18  Ar roue Roboam a gasas Adoram, karget eus an tailhoł, met holl Israel a labezas anezhań gant mein, hag e varvas. Ar roue Roboam a hastas pignat war ur c'harr da dec'hout da Jeruzalem.

19  Evel-se e oa Israel en em savet a-enep ti David betek hiziv.

20  Kerkent ha ma klevas holl Israel e oa distroet Jeroboam, e kasjont d'e c'hervel d'ar vodadenn, hag e lakajont anezhań da roue war holl Israel. Meuriad ebet ne heulias ti David, nemet meuriad Juda hepken.

21  Roboam a erruas e Jeruzalem, hag e tastumas holl di Juda ha Benjamin, kant pevar-ugent mil den a vrezel dibabet, evit stourm a-enep ti Israel, hag evit degas ar rouantelezh en-dro dindan Roboam mab Salomon.

22  Met komz an AOTROU a voe disklźriet da Shemaja, den Doue, o lavarout:

23  Komz ouzh Roboam mab Salomon roue Juda, hag ouzh holl di Juda ha Benjamin, hag ouzh nemorant ar bobl, ha lavar dezho:

24  Evel-henn e komz an AOTROU: N'it ket d'ober brezel a-enep ho preudeur mibien Israel, distroit pep hini ac'hanoc'h d'e di, rak kement-se a zeu eus va ferzh. Hag e sentjont ouzh komz an AOTROU, hag e tistrojont hervez komz an AOTROU.

25  Jeroboam a savas Sichem war venez Efraim, hag e chomas enni; goude ez eas ac'hane hag e savas Penuel.

26  Jeroboam a lavaras en e galon: Ar rouantelezh a c'hellfe bremań distreiń da di David.

27  Mar pign ar bobl-mań evit ober aberzhoł da di an AOTROU e Jeruzalem, kalon ar bobl-mań a droio etrezek o aotrou Roboam roue Juda, hag e lazhint ac'hanon, hag e tistroint da gavout Roboam roue Juda.

28  Ar roue, o vezań kemeret kuzul, a reas daou leue aour, hag a lavaras d'ar bobl: A-walc'h ez oc'h pignet da Jeruzalem, setu da zoueoł, o Israel, ar re o deus da lakaet da bignat eus bro Ejipt.

29  Hag e tiazezas unan e Betel hag e lakaas egile e Dan.

30  Hag an dra-se a zeuas da vezań ur pec'hed, rak ar bobl a yeas zoken betek Dan dirak unan eus al leueoł.

31  Hag e reas ivez tiez en uhellec'hioł, hag e lakaas da aberzhourien tud a-douez an holl bobl ha na oant ket mibien Levi.

32  Jeroboam a reas ur gouel d'an eizhvet miz, d'ar pempzekvet deiz eus ar miz, evel ar gouel a veze graet e Juda, hag e kinnigas aberzhoł war an aoter. Ober a reas evel-se e Betel, oc'h aberzhiń d'al leueoł en doa graet; hag e lakaas e Betel aberzhourien evit an uhellec'hioł en doa graet.

33  D'ar pempzekvet deiz eus an eizhvet miz, ar miz en doa dibabet e-unan, e kinnigas war an aoter en doa graet e Betel, hag e reas ur gouel evit mibien Israel, hag e pignas ouzh an aoter evit lakaat da vogediń.

 

Pennad 13

1  Setu, un den Doue a zeuas eus Juda da Vetel, a-berzh komz an AOTROU, e-pad ma en em zalc'he Jeroboam ouzh an aoter evit lakaat da vogediń.

2  Hag e krias a-enep an aoter, a-berzh komz an AOTROU, hag e lavaras: Aoter, aoter, evel-henn e komz an AOTROU: Setu, ur mab a vo ganet e ti David, e anv a vo Jozia, lazhań a raio warnout aberzhourien an uhellec'hioł a laka da vogediń warnout, ha devet e vo warnout eskern tud.

3  Hag e roas en deiz-se un arouez o lavarout: Setu un arouez ez eo an AOTROU en deus komzet: Setu, an aoter a faouto, hag al ludu a zo warni a vo skuilhet.

4  Pa glevas ar roue komzoł an den Doue a grie a-enep aoter Betel, Jeroboam a astennas e zorn dreist an aoter o lavarout: Krogit ennań! Hag an dorn en doa astennet etrezek ennań a zeuas disec'het, ha ne oa ket evit e zistreiń d'e gavout.

5  An aoter a faoutas, hag al ludu a oa warni a voe skuilhet, hervez an arouez en doa roet an den Doue a-berzh komz an AOTROU.

6  Hag e stagas da gomz ar roue o lavarout d'an den Doue: Galv, mar plij, an AOTROU da Zoue, ha ped evidon evit ma c'hello va dorn dont en-dro din. Hag an den Doue a c'halvas an AOTROU, ha dorn ar roue a c'hellas distreiń dezhań, evel ma voe diagent.

7  Ar roue a lavaras d'an den Doue: Deus ganin en ti, hag en em greńva; ha me a raio ur prof dit.

8  Met an den Doue a lavaras d'ar roue: Pa rofes din un hanter eus da di, n'in ket ganit, ha ne zebrin ket bara ha n'evin ket dour el lec'h-mań.

9  Rak bet em eus ar gourc'hemenn-mań digant komz an AOTROU: Ne zebri ket bara, n'evi ket dour, ne zistroi ket dre an hent ma vi aet drezań.

10  Mont a reas eta kuit dre un hent all, ha ne zistroas ket dre an hent ma oa deuet drezań da Vetel.

11  Bez' e oa ur profed kozh o chom e Betel. E vibien a zeuas da gontań dezhań an holl draoł en doa graet an den Doue en deiz-se e Betel, hag ar c'homzoł en doa lavaret d'ar roue. P'o doa kontet an traoł-se d'o zad,

12  hemań a lavaras dezho: Dre beseurt hent ez eo aet kuit? E vibien o doa gwelet an hent ma oa aet drezań an den Doue deuet eus Juda.

13  Hag e lavaras d'e vibien: Dibrit din an azen. Hag e tibrjont an azen dezhań, hag e pignas warnań.

14  Mont a reas war-lerc'h an den Doue, a gavas azezet dindan un dervenn, hag e lavaras dezhań: Ha te eo an den Doue deuet eus Juda? Eń a lavaras dezhań: Me eo.

15  Hag e lavaras dezhań: Deus ganin da'm zi hag e tebri bara.

16  Eń a lavaras: Ne c'hellan ket distreiń ganit na mont e-barzh da di, ne zebrin ket bara ha n'evin ket dour ganit el lec'h-se,

17  rak lavaret eo bet din dre gomz an AOTROU: Ne zebri ket bara eno, n'evi ket dour eno, ne zistroi ket dre an hent ma vi aet drezań.

18  Hag e lavaras dezhań: Me ivez a zo profed eveldout, hag un ael en deus komzet ouzhin a-berzh an AOTROU o lavarout: Degas hemań ganit da'z ti, ma tebro bara ha ma evo dour. Gaou a lavare dezhań.

19  Neuze e tistroas gantań, hag e tebras bara hag ec'h evas dour en e di.

20  Evel ma oant azezet ouzh taol, komz an AOTROU a voe disklźriet d'ar profed en doa e zegaset,

21  hag e krias d'an den Doue deuet eus Juda o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Dre ma'z out bet disent ouzh urzh an AOTROU, ha ma ne'c'h eus ket miret an urzh en doa roet dit an AOTROU da Zoue,

22  met ma'z out distroet, ma ec'h eus debret bara hag evet dour el lec'h em boa lavaret dit: Ne zebri ket bara eno, n'evi ket dour eno, da gorf marv ned aio ket e bez da dadoł.

23  Goude m'en doe debret bara hag evet, e reas dibrań an azen evit ar profed en doa degaset.

24  Hemań a yeas kuit, hag ul leon a gavas anezhań war an hent hag en lazhas. E gorf a oa astennet war an hent, an azen en em zalc'he e-kichen ar c'horf, hag al leon ivez en em zalc'he e-kichen ar c'horf.

25  Ha setu, tremenidi bennak a welas ar c'horf astennet war an hent, hag al leon en em zalc'he e-kichen ar c'horf. Dont a rejont d'henn lavarout er gźr ma oa ar profed kozh o chom enni.

26  Pa glevas kement-se ar profed en doa e zegaset eus an hent, e lavaras: An den Doue eo, an hini a zo bet disent ouzh urzh an AOTROU. An AOTROU en deus e roet d'al leon, hag hemań en deus e roget ha lazhet, hervez ar gomz en doa lavaret an AOTROU dezhań.

27  Hag e komzas ouzh e vibien o lavarout: Dibrit din an azen. Hag e tibrjont an azen dezhań.

28  Mont a reas hag e kavas ar c'horf astennet war an hent, hag an azen hag al leon en em zalc'he e-kichen ar c'horf. Al leon n'en doa ket debret ar c'horf na diframmet an azen.

29  Ar profed a savas korf an den Doue hag a lakaas anezhań war e azen d'e zegas gantań. Ar profed kozh a zeuas e kźr evit ober kańv anezhań hag e sebeliań.

30  Lakaat a reas e gorf en e vez, hag e oueljont warnań o lavarout: Siwazh, va breur!

31  Goude bezań e sebeliet e komzas ouzh e vibien o lavarout: Pa vin marv, va sebeliań a reot er bez ma eo sebeliet an den Doue ennań; lakait va eskern e-kichen e eskern,

32  rak sevenet e vo a-dra-sur ar gomz en deus kriet, a-berzh an AOTROU, a-enep an aoter a zo e Betel hag a-enep an holl diez uhellec'hioł a zo e kźrioł Samaria.

33  Koulskoude Jeroboam ne zistroas ket diouzh e hent fall, met a-nevez e lakaas da aberzhourien evit an uhellec'hioł tud a-douez an holl bobl. Lakaat a rae da aberzhour eus an uhellec'hioł an hini a felle dezhań.

34  Hag an dra-se a zeuas da vezań ur pec'hed evit ti Jeroboam, a voe diverket ha distrujet diwar c'horre an douar.

 

Pennad 14

1  En amzer-se, Abija mab Jeroboam a zeuas da vezań klańv.

2  Jeroboam a lavaras d'e wreg: Sav bremań hag en em zic'hiz, ma ne vo ket gouezet ez out gwreg Jeroboam, ha kae da Silo. Eno emań ar profed Akija, an hini en deus lavaret e vefen roue war ar bobl-mań.

3  Kemer ez torn dek baraenn, gwestell hag ur podad mel, kae d'e di, hag e lavaro dit ar pezh a c’hoarvezo d'ar paotr.

4  Gwreg Jeroboam a reas evel-se, sevel a reas, mont a reas da Silo, hag ez eas da di Akija. Akija ne c'helle ket gwelout, rak e zaoulagad a oa teńvalaet gant ar gozhni.

5  An AOTROU a lavaras da Akija: Setu, emań gwreg Jeroboam o tont evit goulenn kuzul diganit diwar-benn he mab a zo klańv. Komz a ri outi evel-henn hag evel-se. Pa zeuio houmań, e raio van da vezań unan all.

6  Kerkent ha ma klevas Akija trouz he zreid, evel ma'z ae dre an nor, e lavaras: Deus-tre, gwreg Jeroboam! Perak e rez van da vezań unan all? Traoł diaes on karget da lavarout dit.

7  Kae ha lavar da Jeroboam: Evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Savet em eus ac'hanout a-douez ar bobl, da lakaet em eus da rener war va fobl Israel,

8  roget em eus rouantelezh ti David, he roet em eus dit, met n'out ket bet evel David va servijer, en deus miret va gourc'hemennoł ha kerzhet war va lerc'h a-greiz e galon, en ur ober nemet ar pezh a zo eeun dirazon.

9  Graet ec'h eus muioc'h a zroug eget an holl re a zo bet a-raok dit, dre ma'z out aet d'ober dit doueoł all ha skeudennoł teuzet evit va c'hounnariń, ha ma ec'h eus va zaolet a-drek da gein.

10  En abeg da-se, setu ez an da gas gwalleur war di Jeroboam, me a lamo kuit kement hini a zo da Jeroboam, an hini a droazh ouzh ar voger evel an hini a zo serret ha dilezet en Israel, hag e skubin ti Jeroboam evel ma vez skubet al lastez, betek ma vo aet da get.

11  An hini eus ti Jeroboam a varvo e kźr a vo debret gant ar chas, an hini a varvo er parkeier a vo debret gant laboused an neńvoł, rak an AOTROU en deus komzet.

12  Te eta, sav ha kae da'z ti. Kerkent ha ma'z aio da dreid e kźr, ar bugel a varvo.

13  Holl Israel a zougo kańv dezhań hag e vo sebeliet. Eń hepken a-douez ti Jeroboam a yelo en ur bez, rak an AOTROU Doue Israel en deus kavet un dra bennak a vat ennań hepken a-douez ti Jeroboam.

14  Hag an AOTROU a lakaio war Israel ur roue a gaso da get ti Jeroboam en deiz-se. Ha petra? A-benn nebeut zoken!

15  An AOTROU a skoio war Israel, evel ma vefe hejet ar gorzenn en dour, hag e tiframmo Israel diwar an douar mat-se en doa roet d'o zadoł, hag e stlabezo anezho en tu all d'ar stźr, dre m'o deus graet Asheraoł (= doueezoł) o kounnariń an AOTROU.

16  Hag e teroio Israel en abeg da bec'hedoł Jeroboam, en deus pec'het ha lakaet Israel da bec'hiń.

17  Neuze gwreg Jeroboam a savas hag a yeas kuit. Dont a reas da Dirza, hag evel ma lakae an troad war dreuzoł an ti, ar paotr yaouank a varvas.

18  Sebeliet e voe, hag holl Israel a zougas kańv dezhań, hervez ar gomz en doa disklźriet an AOTROU dre e servijer ar profed Akija.

19  Diwar-benn nemorant oberoł Jeroboam, penaos e reas ar brezel ha penaos e renas, kement-se a zo skrivet e levr danevelloł rouaned Israel.

20  Jeroboam a renas daou vloaz warn-ugent, hag e c'hourvezas gant e dadoł. Ha Nadab e vab a renas en e lec'h.

21  Roboam mab Salomon a rene e Juda. Ur bloaz ha daou-ugent e oa Roboam pa zeuas da roue, hag e renas seitek vloaz e Jeruzalem, ar gźr en doa dibabet an AOTROU a-douez holl veuriadoł Israel, evit lakaat enni e anv. E vamm a oa anvet Naama an Ammonadez.

22  Juda a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, hag ec'h atizjont e warizi en abeg d'ar pec'hedoł a rejont, muioc'h eget n'o doa graet biken o zadoł.

23  Rak uhellec'hioł a savjont ivez gant peulioł hag Asheraoł war an holl grec'hioł ha dindan pep gwezenn c'hlas.

24  Bez' e voe zoken paotred oc'h en em reiń d'ar gasterezh er vro. Heńvelaat a rejont ouzh euzhusterioł ar broadoł en doa an AOTROU kaset kuit dirak mibien Israel.

25  D'ar pempvet bloaz eus ar roue Roboam, Shishak roue an Ejipt a bignas a-enep Jeruzalem,

26  hag a gemeras teńzorioł ti an AOTROU ha teńzorioł ti ar roue. Kemer a reas holl, kemer a reas ar skoedoł aour en doa graet Salomon.

27  Ar roue Roboam a reas skoedoł arem en o lec'h, hag e lakaas anezho etre daouarn pennoł ar rederien a ziwalle dor ti ar roue.

28  Bep gwech ma'z ae ar roue da di an AOTROU, ar rederien a zouge anezho, ha goude o degasent en-dro e kambr ar rederien.

29  Diwar-benn nemorant oberoł Roboam ha kement a reas, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloł rouaned Juda?

30  Bez' e voe brezelioł dibaouez etre Roboam ha Jeroboam.

31  Ha Roboam a c'hourvezas gant e dadoł, hag e voe sebeliet e kźr David. E vamm a oa anvet Naama an Ammonadez. Hag Abijam e vab a renas en e lec'h.

 

Pennad 15

1  En triwec'hvet bloaz eus ar roue Jeroboam mab Nebad, e teuas Abijam da roue war Juda.

2  Ren a reas tri bloaz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Maaka merc'h Abisalom.

3  Kerzhout a reas en holl bec'hedoł en doa graet e dad a-raok dezhań, hag e galon ne voe ket eeun e-keńver an AOTROU e Zoue, evel ma oa bet kalon David e dad.

4  Met abalamour da Zavid, an AOTROU e Zoue a roas ul lamp dezhań e Jeruzalem, en ur sevel e vab war e lerc'h hag en ur lezel Jeruzalem da badout,

5  dre m'en doa graet David ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, hag e-pad e holl vuhez ne zistroas ket eus kement en doa gourc'hemennet, nemet en afer Uri an Hitit.

6  Ha brezel a voe etre Roboam ha Jeroboam, e-pad holl amzer o buhez.

7  Diwar-benn nemorant oberoł Abijam ha kement a reas, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloł rouaned Juda? Ha brezel a voe etre Abijam ha Jeroboam.

8  Hag Abijam a c'hourvezas gant e dadoł, hag e voe sebeliet e kźr David. Hag Asa e vab a renas en e lec'h.

9  En ugentvet bloaz eus Jeroboam roue Israel, e teuas Asa da roue war Juda.

10  Ren a reas ur bloaz ha daou-ugent e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Maaka merc'h Abisalom.

11  Asa a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, evel David e dad.

12  Lemel a reas eus ar vro ar baotred oc'h en em reiń d'ar gasterezh, hag e lamas an holl idoloł o doa graet e dadoł.

13  Ha zoken e lamas digant e vamm Maaka he lesanv a rouanez, dre m'he doa graet un idol evit Ashera. Asa a ziskaras hec'h idol, hag en devas e-kichen froud Kedron.

14  Met an uhellec'hioł ne voent ket lamet. Koulskoude kalon Asa a voe eeun e-keńver an AOTROU e-pad e holl zeizioł.

15  Lakaat a reas e ti an AOTROU an traoł a oa bet santelaet gant e dad hag ar pezh en doa santelaet e-unan, arc'hant, aour ha listri.

16  Ha brezel a voe etre Asa ha Baesha roue Israel, e-pad holl amzer o buhez.

17  Baesha roue Israel a bignas a-enep Juda, hag e savas Rama, evit herzel ouzh an dud da zont pe da vont etrezek Asa roue Juda.

18  Asa a gemeras an holl arc'hant hag aour chomet e teńzorioł ti an AOTROU hag e teńzorioł ti ar roue, hag a roas anezho d'e servijerien. Hag ar roue Asa o c'hasas da Ven-Hadad mab Tabrimon, mab Hezjon, roue Siria a oa o chom e Damask, en ur lavarout:

19  Bez' ez eus un emglev etre te ha me, evel etre va zad ha da hini. Setu e kasan dit ur prof arc'hant hag aour, kae, torr da emglev gant Baesha roue Israel, evit ma pellaio diouzhin.

20  Ben-Hadad a selaouas ouzh ar roue Asa, hag e kasas pennoł e arme a-enep kźrioł Israel. Hag e skojont war Ijon, Dan, Abel-Bed-Maaka, Kinnerod a-bezh, hag holl vro Neftali.

21  Adalek ma ouezas-se Baesha, e paouezas da sevel Rama hag e chomas e Tirza

22  Neuze ar roue Asa a reas embann dre Juda a-bezh m'o defe gwitibunan da gas ar vein hag ar c'hoad eus Rama, a lakae Baesha da sevel. Ar roue Asa e savas ganto Geba e Benjamin ha Mizpa.

23  Diwar-benn nemorant oberoł Asa, e holl gurioł ha kement a reas, ar c'hźrioł a savas, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloł rouaned Juda? Hag en amzer e gozhni e voe klańv e dreid.

24  Hag Asa a c'hourvezas gant e dadoł, hag e voe sebeliet gant e dadoł e kźr David e dad. Ha Jozafad e vab a renas en e lec'h.

25  En eilvet bloaz eus Asa roue Juda, e teuas Nadab mab Jeroboam da roue war Israel. Ren a reas daou vloaz war Israel.

26  Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, hag e kerzhas en hent e dad, hag er pec'hedoł en doa lakaet Israel da bec'hiń drezo.

27  Baesha mab Akija, eus ti Isakar, en em savas en e enep, ha Baesha a skoas warnań e Gibbeton, a oa d'ar Filistined, e-pad ma sezize Gibbeton Nadab hag holl Israel.

28  Baesha a lakaas anezhań d'ar marv en trede bloaz eus Asa roue Juda. Hag e renas en e lec'h.

29  Kerkent ha ma voe roue, e skoas war holl di Jeroboam, ha ne lezas ene ebet da Jeroboam hep e zistrujań, hervez ar gomz en doa an AOTROU disklźriet dre e servijer Akija eus Silo,

30  en abeg da bec'hedoł Jeroboam, en deus pec'het ha lakaet Israel da bec'hiń, o kounnariń an AOTROU Doue Israel.

31  Diwar-benn nemorant oberoł Nadab ha kement a reas, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloł rouaned Israel?

32  Ha brezel a voe etre Asa ha Baesha roue Israel, e-pad holl amzer o buhez.

33  En trede bloaz eus Asa roue Juda, e teuas Baesha mab Akija da roue war holl Israel e Tirza, hag e renas pevar bloaz warn-ugent.

34  Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, hag e kerzhas en hent Jeroboam, hag er pec'hedoł en doa lakaet Israel da bec'hiń drezo.

 

Pennad 16

1  Komz an AOTROU a voe disklźriet da Jehu mab Hanani, a-enep Baesha, o lavarout:

2  Savet em eus ac'hanout eus ar poultr, da lakaet em eus da rener war va fobl Israel, met kerzhet ec'h eus en hent Jeroboam, ha lakaet ec'h eus va fobl Israel da bec'hiń, o kounnariń ac'hanon dre o fec'hedoł.

3  Setu ez an da skubań Baesha hag e di, hag e lakain da di da zont heńvel ouzh ti Jeroboam mab Nebad.

4  An hini eus ti Baesha a varvo e kźr a vo debret gant ar chas, an hini eus e re a varvo er parkeier a vo debret gant laboused an neńvoł.

5  Diwar-benn nemorant oberoł Baesha, kement a reas hag e gurioł, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloł rouaned Israel?

6  Ha Baesha a c'hourvezas gant e dadoł, hag e voe sebeliet e Tirza. Hag Ela e vab a renas en e lec'h.

7  Dre ar profed Jehu mab Hanani, komz an AOTROU a voe disklźriet a-enep Baesha hag a-enep e di, en abeg d'an holl zroug en doa graet dirak daoulagad an AOTROU, o kounnariń anezhań dre oberoł e zaouarn hag o tont heńvel ouzh ti Jeroboam, hag ivez dre m'en doa e zistrujet.

8  Er c'hwec'hvet bloaz warn-ugent eus Asa roue Juda, e teuas Ela mab Baesha da roue war Israel e Tirza, hag e renas daou vloaz.

9  E servijer Zimri, penn an hanter eus e girri, en em savas en e enep pa oa e Tirza oc'h evań hag o vezviań e ti Arza, mestr e servijerien e Tirza.

10  Zimri a zeuas, a skoas warnań hag a lazhas anezhań, er seizhvet bloaz warn-ugent eus Asa roue Juda, hag e renas en e lec'h.

11  Kerkent ha ma voe roue hag azezet war e dron, e skoas war holl di Baesha, ha ne lezas dezhań nag an hini a droazh ouzh ar voger, nag ur c'har, nag ur mignon.

12  Zimri a zistrujas holl di Baesha, hervez ar gomz en doa disklźriet an AOTROU a-enep Baesha dre e servijer ar profed Jehu,

13  en abeg da holl bec'hedoł Baesha ha da bec'hedoł Ela e vab, o deus pec'het ha lakaet Israel da bec'hiń, o kounnariń an AOTROU Doue Israel dre o zraoł aner.

14  Diwar-benn nemorant oberoł Ela, kement a reas, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloł rouaned Israel?

15  Er seizhvet bloaz eus Asa roue Juda, Zimri a renas seizh devezh e Tirza. Ar bobl a gampe a-enep Gibbeton, a oa d'ar Filistined.

16  Ar bobl hag a oa o kampiń eno a glevas lavarout: Zimri en deus iriennet, ha zoken en deus skoet ar roue. En deiz-se, holl Israel a lakaas er c'hamp da roue Omri, penn arme Israel.

17  Omri hag holl Israel gantań a bignas eus Gibbeton da sezizań Tirza.

18  Ha pa welas Zimri e oa tapet kźr, ez eas el lec'h uhelań eus ti ar roue hag e tevas warnań ti ar roue, hag e varvas,

19  en abeg d'ar pec'hedoł en doa graet, oc'h ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, o kerzhout en hent Jeroboam, hag er pec'hedoł en doa lakaet Israel da bec'hiń drezo.

20  Diwar-benn nemorant oberoł Zimri, hag an irienn a reas, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloł rouaned Israel?

21  Neuze pobl Israel en em lodennas e daou du: un hanter eus ar bobl a yae war-lerc'h Tibni mab Ginad evit e lakaat da roue, hag an hanter all war-lerc'h Omri.

22  Ar bobl a yae war-lerc'h Omri a voe galloudusoc'h eget ar bobl war-lerc'h Tibni mab Ginad. Tibni a varvas hag Omri a renas.

23  Er c'hentań bloaz ha tregont eus Asa roue Juda, e teuas Omri da roue war Israel evit daouzek vloaz. Ren a reas c'hwec'h vloaz e Tirza,

24  hag e prenas menez Samaria digant Shemer evit daou dalant (~ 60 kg) arc'hant. Sevel a reas war ar menez-se, hag ec'h anvas ar gźr en doa savet Samaria, diwar anv Shemer, aotrou ar menez.

25  Omri a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, muioc'h eget an holl re a oa bet a-raok dezhań.

26  Kerzhout a reas en holl hentoł Jeroboam mab Nebad, hag er pec'hedoł en doa lakaet Israel da bec'hiń drezo, o kounnariń an AOTROU Doue Israel dre o zraoł aner.

27  Diwar-benn nemorant oberoł Omri, kement a reas hag e gurioł, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloł rouaned Israel?

28  Hag Omri a c'hourvezas gant e dadoł, hag e voe sebeliet e Samaria. Hag Akab e vab a renas en e lec'h.

29  En eizhvet bloaz ha tregont eus Asa roue Juda, e teuas Akab mab Omri da roue war Israel. Akab mab Omri a renas war Israel e Samaria daou vloaz warn-ugent.

30  Akab mab Omri a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, muioc'h eget an holl re a oa bet a-raok dezhań.

31  Evel ma vije bet nebeut a dra dezhań kerzhout e pec'hedoł Jeroboam mab Nebad, e kemeras da wreg Jezabel merc'h Etbaal, roue ar Sidoniz, hag ez eas da servijań Baal ha da stouiń dirazań.

32  Hag e savas un aoter da Vaal e ti Baal en doa savet e Samaria.

33  Akab a reas ivez un Ashera, hag Akab a reas muioc'h c'hoazh eget holl rouaned Israel a oa bet a-raok dezhań evit kounnariń an AOTROU Doue Israel.

34  En e amzer, Hiel eus Betel a savas Jeriko. He soliań a reas diwar-goust Abiram e vab kentań-ganet, hag e lakaas he dorojoł diwar-goust Segub e ziwezhań-ganet, hervez ar gomz en doa disklźriet an AOTROU dre Jozue mab Nun.

 

Pennad 17

1  Elia an Tishbiad, unan eus annezidi Galaad, a lavaras da Akab: Bev eo an AOTROU Doue Israel, en em zalc'han dirazań! E-pad ar bloavezhioł-mań ne vo na glizhenn na glav, nemet da'm c'homz.

2  Ha komz an AOTROU a voe disklźriet da Elia o lavarout:

3  Kae ac'hann, tro etrezek ar sav-heol, ha kuzh e-kichen froud Kerid, a zo a-dal d'ar Jordan.

4  Evań a ri eus ar froud, hag em eus roet urzh d'ar brini da vagań ac'hanout eno.

5  Hag ez eas eta, hag e reas hervez komz an AOTROU. Mont a reas hag e chomas e-kichen froud Kerid, a zo a-dal d'ar Jordan.

6  Ar brini a zegase bara ha kig dezhań diouzh ar beure, ha bara ha kig dezhań d'abardaez, hag ec'h eve eus ar froud.

7  Met a-benn ur pennad, e c'hoarvezas ma oa aet da hesk ar froud, dre ma ne oa ket bet glav er vro.

8  Neuze komz an AOTROU a voe disklźriet dezhań o lavarout:

9  Sav, kae da Sarepta, a zo da Sidon, ha chom eno. Setu em eus roet urzh d'ur vaouez intańvez da vagań ac'hanout eno.

10  Sevel a reas eta hag ez eas da Sarepta, hag evel m'en em gave e-tal dor kźr, e voe eno ur vaouez intańvez a zastume koad. Gervel a reas anezhi hag e lavaras dezhi: Mar plij, kae da gerc'hat din ur banne dour en ur pod, ma'c'h evin.

11  Mont a reas da gerc'hat, met eń a c'halvas anezhi hag a lavaras: Mar plij, kemer ez torn un tamm bara evidon.

12  Met hi a respontas: An AOTROU da Zoue a zo bev! Ne'm eus ket a wastell, ne'm eus nemet un dornad bleud en ur brok hag ur banne eoul en ur vured. Setu e tastuman daou skod, hag ez in da aozań kement-se evidon hag evit va mab. E zebriń a raimp, ha goude e varvimp.

13  Elia a lavaras dezhi: Na'z pez ket aon, kae, gra evel ma ec'h eus lavaret, met da gentań e ri din ur wastell vihan, a zegasi din, ha goude e ri evidout hag evit da vab.

14  Rak evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Ar bleud a zo er brok ne vanko ket, an eoul a zo er vured ne baouezo ket, betek an deiz ma kaso an AOTROU glav war an douar.

15  Mont a reas eta, hag e reas evel m'en doa lavaret Elia dezhi, hag e tebrjont, hi, eń hag he ziegezh, e-pad pell amzer.

16  Bleud ar brok ne vankas ket, eoul ar vured ne baouezas ket, hervez komz an AOTROU disklźriet dre Elia.

17  Goude an traoł-mań, mab ar vaouez mestrez an ti a gouezhas klańv, hag ar c'hleńved a voe ken grevus ma ne vanas ket a anal ennań.

18  Hi a lavaras da Elia: Petra a zo etre me ha te, den Doue? Ha deuet out da'm zi evit degas din sońj eus va drougiezh, hag evit lakaat va mab da vervel?

19  Eń a lavaras dezhi: Ro din da vab. Hag e kemeras anezhań eus he divrec'h, d'e gas er gambr uhel e-lec'h ma chome. E astenn a reas war e wele.

20  Neuze e krias d'an AOTROU o lavarout: AOTROU va Doue, ha glac'hariń a rafes an intańvez ma choman en he zi, en ur lakaat he mab da vervel?

21  Hag en em astennas war ar bugel teir gwech, hag e krias d'an AOTROU o lavarout: AOTROU va Doue, da bediń a ran, ma teuio ene ar bugel-mań ennań en-dro!

22  An AOTROU a selaouas mouezh Elia, hag ene ar bugel a zeuas ennań en-dro, hag e vevas.

23  Elia a gemeras ar bugel, hag a ziskennas anezhań eus kambr uhel an ti, d'e reiń d'e vamm. Hag Elia a lavaras: Sell! Da vab a zo bev!

24  Ar vaouez a lavaras da Elia: Anavezout a ran bremań ez out un den Doue, hag ez eo ar wirionez komz an AOTROU ez kenoł.

 

Pennad 18

1  Ur pell bras goude-se komz an AOTROU a voe disklźriet da Elia, en trede bloaz, o lavarout: Kae, en em ziskouez da Akab, hag e kasin glav war an douar.

2  Elia a yeas d'en em ziskouez da Akab. An naonegezh a oa bras e Samaria.

3  Akab a c'halvas Abdia, mestr e servijerien. Abdia a zouje kalz an AOTROU,

4  rak pa zistrujas Jezabel profeded an AOTROU, Abdia a gemeras kant profed hag o c'huzhas, hanter-kant en ur c'hev hag hanter-kant en unan all, hag o magas gant bara ha dour.

5  Akab a lavaras da Abdia: Kae dre ar vro etrezek an holl eienennoł hag etrezek an holl froudoł, ha marteze e kavimp geot hag e saveteimp buhez hor c'hezeg hag hor muled, ha n'hon devo ket da zistrujań al loened.

6  Hag e lodennjont ar vro etrezo evit tremen drezi. Akab a yeas e-unan dre un hent, hag Abdia a yeas e-unan dre un hent all.

7  Evel ma oa Abdia war an hent, setu Elia a zeuas war arbenn dezhań. E anavezout a reas, hag e kouezhas war e zremm en ur lavarout: Ha te eo va aotrou Elia?

8  Eń a respontas: Me eo, kae da lavarout da'z aotrou: Setu Elia!

9  Hag e lavaras: E petra em eus pec'het, ma lakaez da servijer etre daouarn Akab, evit va lakaat d'ar marv?

10  An AOTROU da Zoue a zo bev! N'eus na broad na rouantelezh ma n'en deus ket kaset va aotrou da'z klask. Ha pa veze lavaret: N'emań ket amań, e lakae da douiń ar rouantelezh pe ar vroad na c'helled ket da gavout.

11  Ha bremań e lavarez: Kae da lavarout da'z aotrou: Setu Elia!

12  Hag e c'hoarvezo, pa vin aet diganit, ma vi douget gant Spered an AOTROU d'ul lec'h n'anavezin ket, hag ez in da lavarout kement-se da Akab, ha ne gavo ket ac'hanout, hag e lazho ac'hanon. Hogen da servijer a zouj an AOTROU adalek e yaouankiz.

13  Ha n'eus ket bet lavaret da'm aotrou ar pezh am eus graet pa lazhe Jezabel profeded an AOTROU, kuzhet em eus kant profed an AOTROU, hanter-kant en ur c'hev hag hanter-kant en unan all, hag o maget gant bara ha dour?

14  Ha bremań e lavarez: Kae da lavarout da'z aotrou: Setu Elia! Va lazhań a raio!

15  Met Elia a lavaras: AOTROU an armeoł, en em zalc'han dirazań, a zo bev! A-dra-sur en em ziskouezin hiziv da Akab.

16  Abdia a yeas eta da gavout Akab hag a lavaras an dra dezhań. Hag Akab a zeuas da gavout Elia.

17  Kerkent ha ma welas Akab Elia, Akab a lavaras: Ha te eo, trubuilher Israel?

18  Hag e respontas: Ne'm eus ket trubuilhet Israel, met te eo ha ti da dad, dre ma hoc'h eus dilezet gourc'hemennoł an AOTROU, ha ma'z out aet war-lerc'h ar Baaloł.

19  Bremań, kas da zastum da'm c'havout Israel a-bezh war Venez Karmel, gant ar pevar c'hant hanter-kant profed eus Baal, hag ar pevar c'hant profed eus Ashera a zebr ouzh taol Jezabel.

20  Akab a gasas etrezek holl vibien Israel, hag e tastumas ar brofeded war Venez Karmel.

21  Elia a dostaas ouzh an holl bobl hag a lavaras: Betek pegeit e kammot eus an daou du? Mard eo an AOTROU a zo Doue, kit war e lerc'h; met mard eo Baal, kit war e lerc'h. Hag ar bobl ne respontas ket ur ger.

22  Elia a lavaras d'ar bobl: Chomet on-me va-unan evel profed an AOTROU, ha profeded Baal a zo pevar c'hant hanter-kant den.

23  Ra vo roet deomp daou gole, ra zibabint unan evito, ra zidroc'hint anezhań a-dammoł, ha ra lakaint anezhań war ar c'hoad. Met ne lakaint ket an tan. Me a aozo ar c'hole all, hag e lakain anezhań war ar c'hoad. Met ne lakain ket an tan.

24  Neuze galvit anv ho toueoł, ha me a galvo anv an AOTROU. Hag an doue a responto dre an tan, hemań eo a zo Doue. Hag an holl bobl a respontas: Lavaret ec'h eus mat.

25  Elia a lavaras da brofeded Baal: Dibabit deoc'h ur c'hole hag aozit anezhań da gentań, rak niverusoc'h ez oc'h, ha galvit anv ho toueoł, met ne lakait ket an tan.

26  Kemer a rejont ar c'hole a voe roet dezho, hag ec'h aozjont anezhań, hag e c'halvjont anv Baal adalek ar beure betek kreisteiz, o lavarout: Baal, selaou! Met ne voe mouezh ebet na respont ebet. Hag e lamment en-dro d'an aoter o doa graet.

27  War-dro kreisteiz, Elia a reas goap outo o lavarout: Huchit a vouezh uhel, rak doue eo, met sońjal a ra en un dra bennak all, pe en deus un dra bennak d'ober, pe emań e beaj, marteze eo kousket hag e tihuno!

28  Huchal a rejont a vouezh uhel, hag en em rejont troc’hoł gant kontilli ha gant goafioł, hervez o giz, hag e ruilhe ar gwad warno.

29  Pa voe tremenet kreisteiz, e profedjont betek an amzer ma vez kinniget an donezon, met ne voe na mouezh, na respont, na arouez ebet ma veze graet van ouzh ar pezh a raent.

30  Elia a lavaras d'an holl bobl: Tostait ouzhin. Hag an holl bobl a dostaas outań, hag e kempennas aoter an AOTROU a oa bet diskaret.

31  Hag Elia a gemeras daouzek maen, hervez niver meuriadoł mibien Jakob, a oa bet disklźriet dezhań komz an AOTROU o lavarout: Israel a vo da anv.

32  Gant ar vein-se e savas un aoter en anv an AOTROU, hag en-dro d'an aoter e reas ur foz a c'helle derc'hel daou saton (~ 20 l) had.

33  Hag ec'h aozas ar c'hoad, hag e tidroc'has ar c'hole a-dammoł, evit e lakaat war ar c'hoad.

34  Hag e lavaras: Leugnit pevar brokad dour, ha skuilhit anezho war al loskaberzh ha war ar c'hoad. Hag e lavaras: Grit un eil gwech. Hag e rejont un eil gwech. Hag e lavaras: Grit un deirvet gwech. Hag e rejont un deirvet gwech.

35  Hag ez ae an dour tro-dro d'an aoter, hag e oa leun a zour ar foz.

36  En amzer ma vez kinniget an donezon, ar profed Elia a dostaas hag a lavaras: AOTROU, Doue Abraham, Izaak hag Israel! Ra vo anavezet hiziv ez out Doue en Israel hag ez on da servijer, hag ez eo dre da gomz em eus graet an holl draoł-mań.

37  Selaou, AOTROU, selaou! Ra ouezo ar bobl-mań ez eo te, AOTROU, hag a zo Doue, hag ez te hag a zistro o c'halon en-dro.

38  Neuze tan an AOTROU a gouezhas hag a devas al loskaberzh, ar c'hoad, ar vein, ar poultr, hag a zisec'has an dour a oa er foz.

39  An holl bobl a welas kement-se, hag a gouezhas war o dremm hag a lavaras: An AOTROU a zo Doue! An AOTROU a zo Doue!

40  Elia a lavaras dezho: Krogit e profeded Baal, ra ne dec'ho ket unan anezho! Kregiń a rejont eta enno, hag Elia a reas dezho diskenn da froud Kison, e-lec'h ma lazhas anezho.

41  Goude Elia a lavaras da Akab: Pign, debr hag ev, rak setu trouz krozus ar glav.

42  Akab a bignas evit debriń hag evań. Met Elia a bignas war-lein Menez Karmel, hag o plegań d'an douar, e lakaas e zremm etre e zaoulin,

43  hag e lavaras d'e servijer: Pign bremań, sell etrezek ar mor. Pignat a reas eta hag e sellas, hag e lavaras: N'eus netra. Hag e lavaras dezhań: Distro seizh gwech di.

44  D'ar seizhvet gwech e lavaras: Setu ur goumoulenn vihan evel palv dorn un den o pignat eus ar mor. Elia a lavaras dezhań: Pign ha lavar da Akab: Stag ha diskenn, gant aon na harzfe ar glav ouzhit.

45  War gement-se an neńvoł a deńvalaas gant koumoul, an avel a savas, hag e voe ur glav bras. Neuze Akab a bignas war e garr hag a yeas da Jizreel.

46  Dorn an AOTROU a voe war Elia, a c'hourizas e zivgroazell hag a redas dirak Akab betek mont-tre Jizreel.

 

Pennad 19

1  Akab a lavaras da Jezabel kement en doa graet Elia, ha penaos en doa lazhet an holl brofeded dre ar c'hleze.

2  Jezabel a gasas ur c'hannad etrezek Elia, da lavarout dezhań: Ra raio an doueoł din hervez o brasań rustoni, ma ne lakaan ket da ene warc'hoazh d'an eur-mań evel ene unan anezho.

3  O welout kement-se, Elia a savas hag a yeas kuit evit saveteiń e vuhez. Dont a reas da Veer-Sheba, a zo e Juda, hag e lezas eno e servijer.

4  Met eń a yeas er gouelec'h, un devezh hent, hag e teuas da azezań dindan ur vanalenn, hag e c'houlennas ar marv o lavarout: A-walc'h eo, AOTROU! Kemer bremań va ene, rak n'on ket gwelloc'h eget va zadoł.

5  Hag e c'hourvezas hag e kouskas dindan ur vanalenn, ha setu, un ael a stokas outań en ur lavarout: Sav, debr.

6  Hag e sellas, ha setu e oa e-kichen e benn ur wastell poazet gant glaou hag ur picher dour. Debriń a reas hag evań hag e c'hourvezas adarre.

7  Ael an AOTROU a addeuas un eil gwech, hag e stokas outań en ur lavarout: Sav, debr, rak an hent a zo re hir evidout.

8  Hag e savas, hag e tebras hag ec'h evas, ha gant an nerzh a roas ar pred-se dezhań, e kerzhas daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh betek Horeb, menez Doue.

9  Eno ez eas en ur c'hev, hag e tremenas an noz eno. Ha setu, komz an AOTROU a voe disklźriet dezhań evel-henn: Petra a rez amań, Elia?

10  Hag e respontas: Gwall fromet on bet gant gwarizi evit an AOTROU, Doue an armeoł, rak mibien Israel o deus dilezet da emglev, diskaret o deus da aoterioł, lazhet o deus da brofeded dre ar c'hleze, me a zo chomet va-unan, hag e klaskont va buhez evit he lemel diganin.

11  Hag e lavaras: Deus er-maez, en em zalc'h war ar menez dirak an AOTROU. Ha setu an AOTROU a dremene. Un avel vras ha kreńv a faoute ar menez hag a dorre ar reier dirak an AOTROU, met an AOTROU ne oa ket en avel. Goude an avel e voe ur c'hren-douar, met an AOTROU ne oa ket er c'hren-douar.

12  Goude ar c'hren-douar e voe un tan, met an AOTROU ne oa ket en tan. Goude an tan e voe ur vouezh sioul ha skańv.

13  Kerkent ha m'en doe Elia he c'hlevet, e pakas e zremm en e vantell hag ez eas er-maez d'en em zerc'hel e digor ar c'hev. Ha setu, ur vouezh a zeuas dezhań en ur lavarout: Petra a rez amań, Elia?

14  Hag e respontas: Gwall fromet on bet gant gwarizi evit an AOTROU, Doue an armeoł, rak mibien Israel o deus dilezet da emglev, diskaret o deus da aoterioł, lazhet o deus da brofeded dre ar c'hleze, me a zo chomet va-unan, hag e klaskont va buhez evit he lemel diganin.

15  Hag an AOTROU a lavaras dezhań: Kae en-dro dre an hent er gouelec'h betek Damask, ha pa vi eno ec'h olevi Hazael da roue war Siria.

16  Oleviń a ri ivez Jehu mab Nimshi da roue war Israel, hag Elizea mab Shafad, eus Abel-Mehola, da brofed ez lec'h.

17  Hag an neb a dec'ho dirak kleze Hazael a vo lakaet d'ar marv gant Jehu; hag an neb a dec'ho dirak kleze Jehu a vo lakaet d'ar marv gant Elizea.

18  Met miret em eus seizh mil den en Israel, an holl c'hlinoł n'o deus ket pleget dirak Baal, hag an holl c'henaouioł n'o deus ket poket outań.

19  Elia a yeas ac'hane, hag e kavas Elizea mab Shafad, a oa oc'h arat. Daouzek koublad ejened a oa a-raok dezhań, hag eń a oa gant an daouzekvet. Elia a dremenas hebiou dezhań hag a daolas e vantell warnań.

20  Elizea a lezas e ejened hag a redas war-lerc'h Elia o lavarout: Va lez da bokat da'm zad ha da'm mamm mar plij, hag ez in war da lerc'h. Hag e lavaras: Kae ha deus en-dro, rak petra am eus graet dit?

21  Distreiń a reas digantań, hag e kemeras ur c'houblad ejened hag o aberzhas. Gant koad stern an ejened e lakaas ar c'hig da verviń, hag en roas d'ar bobl, hag e tebrjont. Goude e savas hag ez eas war-lerc'h Elia, hag e servijas anezhań.

 

Pennad 20

1  Ben-Hadad roue Siria a zastumas e holl arme. Bez' e oa gantań daou roue ha tregont, ha kezeg ha kirri. Hag e pignas da sezizań Samaria ha d'ober brezel outi.

2  Kas a reas kannaded da Akab roue Israel, e kźr,

3  da lavarout dezhań: Evel-henn e komz Ben-Hadad: Da arc'hant ha da aour a zo din, da wragez ivez, ha da vibien gaerań a zo din.

4  Roue Israel a respontas o lavarout: Evel ma lavarez, roue va aotrou, me a zo dit ha kement am eus.

5  Ar gannaded a zeuas adarre hag a lavaras: Evel-henn e komz Ben-Hadad: Kaset em eus da lavarout dit: Ro din da arc'hant ha da aour, da wragez ha da vibien,

6  evel-se warc'hoazh d'an eur-mań, pa gasin va servijerien da'z ti, e furchint da di ha tiez da servijerien, hag e kemerint kement a vo plijus da welout, hag o c'hasint ganto.

7  Neuze roue Israel a c'halvas holl henaourien ar vro hag a lavaras: Eveshait mar plij, gwelit penaos an den-se ne glask nemet droug. Kaset en doa da'm c'havout, evit kaout va gwragez, va mibien, va arc'hant ha va aour, ha ne'm boa ket o nac'het outań.

8  An holl henaourien hag an holl bobl a lavaras: Na selaou ket anezhań, ha na asant ket!

9  Respont a reas eta da gannaded Ben-Hadad: Lavarit d'ar roue va aotrou: Kement az poa kaset da lavarout ar wech kentań a rin, met kement-mań ne c'hellan ket ober. Hag ar gannaded a yeas da reiń respont dezhań.

10  Ben-Hadad a gasas da lavarout dezhań: Ra raio an doueoł din hervez o brasań rustoni, ma vefe a-walc'h a boultr e Samaria evit leuniań boz dorn an holl bobl a zeu war va lerc'h.

11  Ha roue Israel a respontas: Lavarit dezhań: Arabat d'an hini a wisk e c'houriz fougasiń evel an hini a ziwisk anezhań.

12  Pa glevas Ben-Hadad ar respont, e oa oc'h evań gant ar rouaned en teltennoł, hag e lavaras d'e servijerien: Kit d'ho lec'hioł! Hag en em rankjont d'o lec'hioł a-enep kźr.

13  Ha setu ur profed a dostaas ouzh Akab roue Israel hag a lavaras: Evel-henn e komz an AOTROU: Hag ec'h eus gwelet an engroez bras-se? Setu ez an d'e lakaat hiziv etre da zaouarn, hag e ouezi ez on an AOTROU.

14  Akab a lavaras: Dre biv? Hag e respontas: Evel-henn e komz an AOTROU: Dre vevelien gouarnourien ar provińsoł. Akab a lavaras: Piv a grogo gant an emgann? Hag e respontas: Te.

15  Neuze e niveras mevelien gouarnourien ar provińsoł, hag e oant daou c'hant daou ha tregont. Goude e niveras an holl bobl, holl vibien Israel, hag e oant seizh mil.

16  Hag ez ejont er-maez da greisteiz, pa'c'h eve hag en em vezve Ben-Hadad en teltennoł, eń hag an daou roue ha tregont a skoazelle anezhań.

17  Mevelien gouarnourien ar provińsoł a yeas er-maez da gentań, ha Ben-Hadad a gasas unan bennak a danevellas dezhań o lavarout: Tud a zo deuet er-maez eus Samaria.

18  Hag e lavaras: Mard eo evit ar peoc'h ez int deuet, krogit enno bev! Mard eo evit ar brezel, krogit enno bev!

19  Mevelien gouarnourien ar provińsoł a yeas er-maez eus kźr, hag an arme a yeas war o lerc'h.

20  Pep hini anezho a skoas war e zen, hag ar Siriz a dec'has, hag Israel a redas war o lerc'h. Ben-Hadad roue Siria a dec'has war ur marc'h, gant marc'hegerien.

21  Neuze roue Israel a yeas er-maez hag a skoas war ar c'hezeg hag ar c'hirri, e doare ma faezhas rust ar Siriz.

22  Ar profed a dostaas ouzh roue Israel hag a lavaras dezhań: Kae, en em greńva, evesha ha gouez ar pezh ac'h eus d'ober, rak a-benn ur bloaz, roue Siria a bigno ez enep.

23  Servijerien roue Siria a lavaras dezhań: O doue a zo un doue a venezioł, hag en abeg da-se ez int bet kreńvoc'h egedomp. Met greomp brezel a-enep dezho er blaenenn, hag a-dra-sur e vimp kreńvoc'h egeto.

24  Gra kement-mań: Lam pep hini eus ar rouaned-se eus e lec'h, laka en o lec'h renerien,

25  ha sav un arme heńvel ouzh an hini ac'h eus kollet, gant kement a gezeg ha kement a girri. Hag e raimp brezel a-enep dezho er blaenenn, hag e vimp kreńvoc'h egeto. Hag e selaouas o ali, hag e reas evel-se.

26  Ur bloaz goude, Ben-Hadad a niveras ar Siriz hag a bignas da Afek, evit stourm a-enep Israel.

27  Mibien Israel a voe ivez niveret ha pourvezet a voued, hag e kerzhjont war-arbenn dezho. Mibien Israel a gampas dirazo, heńvel ouzh daou dropell givri; hogen ar Siriz a leunie ar vro.

28  Neuze den Doue a dostaas hag a gomzas ouzh roue Israel o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Dre ma o deus lavaret ar Siriz: An AOTROU a zo un doue a venezioł ha nann un doue a draoniennoł, me a lakaio an holl engroez bras-se etre da zaouarn, hag e ouiot ez on an AOTROU.

29  E-pad seizh devezh e chomjont o kampiń an eil a-dal d'egile, met d'ar seizhvet deiz e krogas an emgann. Mibien Israel a skoas en un devezh war gant mil troadeg e-touez ar Siriz.

30  An nemorant a dec'has da gźr Afek, e-lec'h ma kouezhas ar voger war seizh mil den warn-ugent a oa manet eno. Ben-Hadad ivez a dec'has hag a yeas da gźr, e-lec'h ma kuzhas a gambr da gambr.

31  E servijerien a lavaras dezhań: Setu bremań hon eus klevet eo rouaned ti Israel rouaned truezus. Lakaomp seier war hon divgroazell ha kerdin ouzh hor pennoł, hag eomp da gavout roue Israel. Marteze e savetaio da ene.

32  Neuze e c'hourizjont seier war o divgroazell ha kerdin ouzh o fennoł, hag e teujont da gavout roue Israel en ur lavarout: Da servijer Ben-Hadad a lavar: Savete va ene, me az ped. Hag e respontas: Bev eo c'hoazh? Va breur eo.

33  Hag an dud-se a eveshaas gant aked, hag e hastjont tapout anezhań diouzh e c'her o lavarout: Ben-Hadad eo da vreur! Hag e lavaras dezho: Kit ha kasit-eń. Ben-Hadad a zeuas eta d'e gavout, hag e lakaas anezhań da bignat war e garr.

34  Ben-Hadad a lavaras dezhań: Reiń a rin dit en-dro ar c'hźrioł en doa va zad tapet da'z tad, hag e ri straedoł dit e Damask, evel m'en doa va zad graet e Samaria. Hag Akab a lavaras: Me az lezo da vont gant an emglev-se. Ober a reas un emglev gantań, hag en lezas da vont kuit.

35  Neuze un den a-douez mibien ar brofeded a lavaras d'e genseurt, war urzh an AOTROU: Sko warnon, mar plij! Met ne fellas ket dezhań skein warnań.

36  Hag e lavaras dezhań: Dre ma ne'c'h eus ket sentet ouzh mouezh an AOTROU, pa vi aet pell diouzhin, ul leon a lazho ac'hanout. Pa voe pellaet digantań, ul leon a gavas anezhań hag en lazhas.

37  Kavout a reas un den all hag e lavaras: Sko warnon, mar plij! Hag an den a skoas warnań hag en gloazas.

38  Ar profed a yeas hag en em zalc'has war hent ar roue, hag e tic'hizas gant ur vandenn war e zaoulagad.

39  Evel ma tremene ar roue, e krias d'ar roue hag e lavaras: Da servijer a zo aet e-kreiz an emgann, ha setu, unan bennak o pellaat en deus degaset din un den hag en deus lavaret din: Diwall an den-mań; mar deu da dec'hout kuit, da vuhez a vo evit e vuhez, pe e paei un talant (~ 30 kg) arc'hant.

40  Hag evel ma oa da servijer oc'h ober war-dro traoł all, eo tec'het an den. Roue Israel a respontas dezhań: Da varnedigezh eo, disklźriet ec'h eus- te da-unan!

41  Kerkent an den-mań a lamas ar vandenn diwar e zaoulagad, ha roue Israel a anavezas e oa a-douez ar brofeded.

42  An den-mań a lavaras: Evel-henn e komz an AOTROU: Dre ma ec'h eus lezet da vont eus da zaouarn an den am boa lakaet da verz, da vuhez a vo evit e vuhez ha da bobl evit e bobl.

43  Ha roue Israel a yeas d'e di, glac'haret ha kounnaret, hag e teuas da Samaria.

 

Pennad 21

1  Goude an traoł-se, Nabod eus Jizreel o kaout ur winienn e Jizreel, e-kichen palez Akab roue Samaria,

2  e komzas Akab ouzh Nabod o lavarout dezhań: Ro din da winienn, evit ma rin ul liorzh c'hlas, rak tost eo ouzh va zi. Hag e roin dit ur winienn welloc'h eviti, pe mar plij dit, e roin dit arc'hant evit he zalvoudegezh.

3  Met Nabod a respontas da Akab: Ra ziwallo an AOTROU ac'hanon da reiń dit hźrezh va zadoł.

4  Akab a zistroas d'e di, glac'haret ha kounnaret gant ar gomz en doa lavaret dezhań Nabod eus Jizreel, p'en doa respontet: Ne roin ket dit hźrezh va zadoł. Hag e c'hourvezas war e wele, e tistroas e zremm, ha ne zebras netra.

5  Jezabel e wreg a zeuas d'e gavout hag a lavaras dezhań: Perak eo glac'haret da spered ha ne zebrez ket?

6  Hag e respontas dezhi: Dre ma em eus komzet ouzh Nabod eus Jizreel, ha lavaret dezhań: Ro din da winienn evit arc'hant, pe ma fell dit, e roin dit ur winienn all eviti. Hag en deus lavaret: Ne roin ket dit va gwinienn.

7  Neuze Jezabel e wreg a lavaras dezhań: Ha te eo bremań an hini a ren war Israel? Sav, debr ha ra laouenaio da galon! Me a roio dit gwinienn Nabod eus Jizreel.

8  Hag e skrivas lizhiri en anv Akab, hag e siellas anezho gant e siell, hag e kasas al lizhiri d'an henaourien ha d'ar pennoł a oa o chom gant Nabod en e gźr.

9  Hag e skrivas el lizheroł ar gerioł-mań: Embannit ur yun ha lakait Nabod e penn ar bobl.

10  Lakait da zerc'hel dirazań daou vab Belial, evit testeniań a-enep dezhań o lavarout: Mallozhet ec'h eus Doue hag ar roue! Goude e kasot anezhań er-maez, ha ra vo meinataet ha ra varvo.

11  Tud kźr Nabod, an henaourien hag ar pennoł a oa o chom en e gźr, a reas evel m'he doa gourc'hemennet Jezabel dezho, hag hervez ma oa skrivet el lizhiri he doa kaset dezho.

12  Hag ec'h embannjont ur yun hag e lakajont Nabod e penn ar bobl.

13  Daou vab Belial a zeuas hag en em zalc'has dirazań. Ar vibien Belial-se a destenias a-enep Nabod dirak ar bobl o lavarout: Nabod en deus mallozhet Doue hag ar roue. Goude e kasjont anezhań er-maez eus kźr, hag e voe meinataet hag e varvas.

14  Hag e kasjont da lavarout da Jezabel: Nabod a zo bet meinataet hag a zo marv.

15  Kerkent ha ma klevas Jezabel e oa bet meinataet Nabod hag e oa marv, e lavaras da Akab: Sav, perc'henn gwinienn Nabod eus Jizreel, an hini na felle ket dezhań he reiń dit evit arc'hant, rak Nabod n'eo ken bev, met marv eo.

16  Evel-se, pa glevas Akab e oa marv Nabod, e savas evit diskenn da winienn Nabod eus Jizreel, hag evit he ferc'hennań.

17  Ha komz an AOTROU a voe disklźriet da Elia an Tishbiad o lavarout:

18  Sav, diskenn da gavout Akab roue Israel a zo e Samaria, rak setu, emań e gwinienn Nabod, e-lec'h m'eo diskennet evit he ferc’hennań.

19  Lavarout a ri dezhań: Evel-henn e komz an AOTROU: Ha ne'c'h eus ket lazhet ha perc'hennet? Hag e lavari dezhań: Evel-henn e komz an AOTROU: Evel m'o deus lipet ar chas gwad Nabod, ar chas a lipo ivez da wad da-unan.

20  Akab a lavaras da Elia: Ha va c'havet ec'h eus, va enebour? Hag e respontas: Da gavet em eus, dre ma'z out en em werzhet evit ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU.

21  Setu ez an da lakaat ar gwalleur da zont warnout, hag e skubin da warlerc'hidi, me a lamo kuit kement hini a zo da Akab, an hini a droazh ouzh ar voger evel an hini a zo serret ha dilezet en Israel.

22  Hag e lakain da di evel ti Jeroboam mab Nebad hag evel ti Baesha mab Akija, en abeg da'z fallentez, ac'h eus va c'hounnaret drezi ha lakaet Israel da bec'hiń.

23  An AOTROU a gomzas ivez a-enep Jezabel o lavarout: Ar chas a zebro Jezabel e harz moger Jizreel.

24  An hini a zo da Akab hag a varvo e kźr a vo debret gant ar chas; hag an hini a varvo er parkeier a vo debret gant laboused an neńv.

25  Ne voe bet den ebet evel Akab, a voe en em werzhet d'ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, bountet gant Jezabel e wreg,

26  e doare ma voe gwall euzhus, o vont war-lerc'h an idoloł, evel m'o doa graet an Amoreaned, en doa kaset kuit an AOTROU dirak mibien Israel.

27  Kerkent ha ma klevas Akab ar c'homzoł-se, e rogas e zilhad, e lakaas ur sac'h war e gorf, e yunas, e c'hourvezas paket en ur sac'h, hag e kerzhas goustadik.

28  Ha komz an AOTROU a voe disklźriet da Elia an Tishbiad o lavarout:

29  Ha gwelet ec'h eus penaos eo en em izelaet Akab dirazon? Peogwir eo en em izelaet dirazon, ne lakain ket ar gwalleur da zont en e zeizioł, met e deizioł e vab e lakain ar gwalleur da zont war e di.

 

Pennad 22

1  Hag e tremenas tri bloaz hep ma voe brezel etre Siria hag Israel.

2  A-benn tri bloaz, Jozafad roue Juda a ziskennas da gavout roue Israel.

3  Roue Israel a lavaras d'e servijerien: Ha gouzout a rit ez eo deomp Ramod-Galaad? Hag en em zalc'homp sioul e-lec'h hec'h adkemer eus daouarn roue Siria!

4  Hag e lavaras da Jozafad: Hag e teui ganin d'ar brezel a-enep Ramod-Galaad? Jozafad a respontas da roue Israel: Me eveldout, va fobl evel da bobl, va c'hezeg evel da gezeg.

5  Ha Jozafad a lavaras da roue Israel: Goulennata da gentań, me az ped, komz an AOTROU.

6  Roue Israel a zastumas war-dro pevar c'hant profed, hag e lavaras dezho: Ha mont a rin d'ar brezel a-enep Ramod-Galaad pe ned in ket? Hag e respontjont: Pign, rak an Aotrou a lakaio anezhi etre daouarn ar roue.

7  Met Jozafad a lavaras: Ha n'eus ket amań profed d'an AOTROU ken, evit ma c'houlennatafemp anezhań?

8  Roue Israel a lavaras da Jozafad: C'hoazh ez eus un den a c'heller goulenn ali digant an AOTROU drezań, met e gasaat a ran, rak ne vez profedet gantań mad ebet diwar va fenn, met atav an droug: Mika mab Jimla eo. Jozafad a lavaras: Ra ne gomzo ket ar roue evel-se!

9  Neuze roue Israel a c'halvas ur spazhad hag a lavaras dezhań: Laka buan Mika mab Jimla da zont.

10  Roue Israel ha Jozafad roue Juda a oa azezet, pep hini war e dron, gwisket gant o dilhad, hag e oant azezet war al leur-gźr e-tal dor Samaria, hag an holl brofeded a oa o profediń dirazo.

11  Sedesia mab Kenaana, o vezań graet kerniel houarn dezhań, a lavaras: Evel-henn e komz an AOTROU: Gant ar c'herniel-mań e vounti ar Siriz betek o distrujań.

12  Hag an holl brofeded a lavare an hevelep profediezh, o lavarout: Pign da Ramod-Galaad hag e ri berzh, hag an AOTROU a lakaio anezhi etre daouarn ar roue.

13  Ar c'hannad a oa aet da c'hervel Mika a gomzas outań o lavarout: Setu, ar brofeded a lavar holl, a c'henoł unvan, traoł mat d'ar roue; mar plij, ra vo eta da gomz heńvel ouzh o re, ha disklźr ar mad!

14  Ha Mika a lavaras: An AOTROU a zo bev! Me a zisklźrio ar pezh a lavaro an AOTROU.

15  Dont a reas eta etrezek ar roue, hag ar roue a lavaras dezhań: Mika, ha mont a raimp d'ar brezel a-enep Ramod-Galaad pe ned in ket? Hag e respontas: Pign, hag e ri berzh, an AOTROU a lakaio anezhi etre daouarn ar roue .

16  Ar roue a lavaras dezhań: Pet gwech e pedin ac'hanout da lavarout din nemet ar wirionez en anv an AOTROU?

17  Hag e respontas: Gwelet em eus holl Israel a-stlabez dre ar menezioł, evel un tropell deńved hep mesaer, hag an AOTROU en deus lavaret: An dud-se n'o deus mestr ebet, ra zistroio pep hini d'e di e peoc'h.

18  Roue Israel a lavaras da Jozafad: Ha ne'm eus ket lavaret dit, ne vez profedet gantań mad ebet diwar va fenn, met an droug?

19  Hag e lavaras: Setu perak, selaou ger an AOTROU: Gwelet em eus an AOTROU azezet war e dron, hag holl arme an neńvoł en em zalc'he a-zehou hag a-gleiz dezhań.

20  An AOTROU a lavaras: Piv a douello Akab, evit ma pigno ha ma varvo e Ramod-Galaad? Unan a respontas en un doare hag egile en un doare all.

21  Ur spered a zeuas a-raok d'en em zerc'hel dirak an AOTROU, hag e lavaras: Me a douello anezhań. An AOTROU a lavaras: Penaos?

22  Hag e respontas: Mont a rin hag e vin ur spered a c'haou e genoł e holl brofeded. An AOTROU a lavaras: E douellań a ri, hag e teui a-benn outań. Kae er-maez ha gra evel-se.

23  Bremań eta, setu, an AOTROU en deus lakaet ur spered a c'haou e genoł da brofeded, hag an AOTROU en deus disklźriet droug a-enep dit.

24  Neuze Sedesia mab Kenaana a dostaas hag a skoas gant Mika war e jod, en ur lavarout: Dre beseurt hent eo pellaet Spered an AOTROU diouzhin evit komz ouzhit?

25  Mika a respontas: Kement-se a weli en deiz ma'z i eus kambr da gambr da guzhat.

26  Neuze roue Israel a lavaras: Kemerit Mika ha kasit-eń da Amon, gouarnour ar gźr, ha da Joaz, mab ar roue,

27  ha lavarit: Evel-henn en deus lavaret ar roue: Lakait an den-mań en toull-bac'h, ha bevit-eń gant bara ar glac'har ha dour ar glac'har, betek ma tistroin e peoc'h.

28  Mika a respontas: Mar distroez e peoc’h, an AOTROU n'en deus ket komzet ouzhin. Hag e lavaras: Selaouit, c'hwi holl bobloł!

29  Roue Israel ha Jozafad roue Juda a bignas a-enep Ramod-Galaad.

30  Roue Israel a lavaras da Jozafad: Me a dreuzwisko evit mont d'ar brezel, ha te a wisko da zilhad. Ha roue Israel a dreuzwiskas hag a yeas d'ar brezel.

31  Roue Siria en doa roet un urzh da zaou benn ha tregont e girri, o lavarout: Na stourmit nag a-enep ar re vihan nag a-enep ar re vras, met hepken a-enep roue Israel.

32  Pa welas pennoł ar c'hirri Jozafad, e lavarjont: A-dra-sur eo roue Israel! Hag e trojont etrezek ennań evit e argadiń. Met Jozafad a laoskas ur griadenn.

33  Pa welas pennoł ar c'hirri ne oa ket roue Israel, e tistrojont dioutań.

34  Neuze un den a dennas gant e wareg dre zegouezh, hag e tizhas roue Israel etre ar juntoł hag an hobregon. Ar roue a lavaras d'an hini a rene e garr: Distro ha kas ac'hanon er-maez eus an emgannlec'h, rak gloazet on.

35  Hag en deiz-se ar stourm a voe garv. Ar roue a chomas en e garr, a-dal d'ar Siriz, hag e varvas d'an abardaez. Gwad e c'houli a redas e fońs ar c'harr.

36  Evel ma kuzhe an heol, ar griadenn-mań a dremene er renkoł: Pep hini d'e gźr, ha pep hini d'e vro.

37  Ar roue a varvas hag a voe kaset da Samaria. Hag e voe sebeliet e Samaria.

38  Gwalc'het e voe ar c'harr e stank Samaria, hag ar chas a lipas e wad, hag evel-se ivez pa voe gwalc'het e armoł, hervez ar ger en doa disklźriet an AOTROU.

39  Diwar-benn nemorant oberoł Akab ha kement a reas, an ti olifant a savas hag an holl gźrioł a savas, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloł rouaned Israel?

40  Hag Akab a c'hourvezas gant e dadoł. Hag Akazia e vab a renas en e lec'h.

41  Er pevare bloaz eus Akab roue Israel, e oa deuet Jozafad mab Asa da roue war Juda.

42  Pemp bloaz ha tregont e oa Jozafad pa zeuas da roue, hag e renas pemp bloaz warn-ugent e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Azuba merc'h Shilki.

43  Kerzhout a reas war holl hent Asa e dad ha ne zistroas ket diwarnań, oc'h ober ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU.

44  Koulskoude an uhellec'hioł ne voent ket lamet, hag ar bobl a aberzhe hag a lakae da vogediń war an uhellec'hioł.

45  Jozafad a voe e peoc'h gant roue Israel.

46  Diwar-benn nemorant oberoł Jozafad, e gurioł a reas hag e vrezelioł, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloł rouaned Juda?

47  Lemel a reas eus ar vro ar baotred oc'h en em reiń d'ar gasterezh, ar re a oa chomet abaoe amzer Asa e dad.

48  Ne oa ket a roue en Edom, met ur gouarnour a oa besroue.

49  Jozafad a reas listri Tarsiz evit mont da Ofir da gerc'hat aour, met n'ejont ket, dre ma voe bruzunet al listri en Ezion-Geber.

50  Neuze Akazia mab Akab a lavaras da Jozafad: Ra yelo va servijerien gant da re war al listri. Met Jozafad ne fellas ket dezhań.

51  Ha Jozafad a c'hourvezas gant e dadoł, hag e voe sebeliet e kźr David e dad. Ha Joram e vab a renas en e lec'h.

52  Er seitekvet bloaz eus Jozafad roue Juda, e teuas Akazia mab Akab da roue war Israel e Samaria. Ren a reas daou vloaz war Israel.

53  Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, hag e kerzhas en hent e dad, hag en hent e vamm, hag en hent Jeroboam mab Nebad, en doa lakaet Israel da bec'hiń.

54  Servijań a reas Baal, hag e stouas dirazań, hag e kounnaras an AOTROU Doue Israel, evel m'en doa graet e dad.