LEVR KENTAŃ

SAMUEL

 

Pennad 1

1  Bez' e oa un den eus Ramataim-Zofim, eus menez Efraim, a oa e anv Elkana mab Jeroboam, mab Elihu, mab Tohu, mab Zuf, un Efratiad.

2  Div wreg en doa, anv ar gentań a oa Anna, hag anv an eil Penina. Ha Penina he doa bugale, met Anna n'he doa ket a vugale.

3  Ha bep bloaz, an den-mań a bigne eus e gźr evit azeuliń AOTROU an armeoł hag aberzhiń dezhań e Silo. Daou vab Eli, Hofni ha Fineaz a oa eno aberzhourien an AOTROU.

4  Hag an deiz ma aberzhe Elkana, e roe lodennoł da Benina e wreg ha d'hec'h holl vibien ha merc'hed.

5  Met reiń a rae da Anna ul lodenn doubl, rak karout a rae Anna. Met an AOTROU en doa serret he mammog.

6  Hag he c'hevezerez he glac'hare c'hwerv bras evit he fuloriń, dre m'en doa serret an AOTROU he mammog.

7  Hag evel-se e rae-eń bep bloaz. Bep gwech ma pigne Anna da di an AOTROU, Penina a rae poan dezhi en hevelep doare. Hag Anna a ouele ha ne zebre netra.

8  Hag Elkana he gwaz a lavare dezhi: Anna, perak e ouelez? Perak ne zebrez ket? Perak eo trist da galon? Ha n'on ket gwelloc'h evidout eget dek mab?

9  Goude bezań debret hag evet e Silo, Anna a savas. Eli an aberzhour a oa azezet war e gador e-kichen unan eus peulioł templ an AOTROU.

10  Hi eta, an ene leun a c’hwervder, a bedas an AOTROU, o skuilhań kalz a zaeroł.

11  Hag e reas ur gouestl o lavarout: AOTROU an armeoł, mar sellez ouzh glac'har da servijerez, ma'z pez sońj ac'hanon, ma n'ankounac'haez ket da servijerez, ma roez da'z servijerez ur bugel paotr, e roin anezhań d'an AOTROU holl zeizioł e vuhez, hag an aotenn ne dremeno ket war e benn.

12  Evel ma kendalc'he he fedenn dirak an AOTROU, Eli a sellas ouzh he genoł.

13  Anna a gomze en he c'halon, o fińval hepken he muzelloł, ha ne veze ket klevet he mouezh. Eli a gredas eta e oa mezv.

14  Eli a lavaras dezhi: Betek peur e vi mezv? Kae da dremen da win.

15  Anna a respontas o lavarout: Nann va aotrou, me a zo ur vaouez glac'haret en he spered, ne'm eus evet na gwin na boeson, met skuilhet em eus va ene dirak an AOTROU.

16  Na gemer ket da servijerez evit ur vaouez a netra, rak er vrasted eus va foan hag eus va glac'har eo em eus komzet betek bremań.

17  Neuze Eli a respontas o lavarout: Kae e peoc'h, ha ra roio Doue Israel dit an dra ac'h eus goulennet digantań.

18  Hag hi a lavaras: Ra gavo da servijerez trugarez dirak da zaoulagad. Hag ar vaouez a yeas gant hec'h hent, hag e tebras, hag he dremm ne voe ken evel diagent.

19  Goude-se e savjont mintin mat, e stoujont dirak an AOTROU, hag e tistrojont da zont d'o zi da Rama. Hag Elkana a anavezas Anna e wreg, hag an AOTROU en doe sońj anezhi.

20  Hag e c'hoarvezas ma końsevas Anna, ha ma c'hanas ur mab en amzer dereat, hag e c'halvas e anv Samuel, rak, emezi, e c'houlennet em eus digant an AOTROU.

21  Elkana he gwaz a bignas gant e holl diegezh evit kinnig d'an AOTROU an aberzh-bloaz hag e ouestl.

22  Met Anna ne bignas ket, rak lavarout a reas d'he gwaz: N'in ket betek ma vo dizonet ar paotr, ha neuze ez in, evit ma vo kinniget dirak an AOTROU, ha ma chomo eno da viken.

23  Elkana he gwaz a lavaras dezhi: Gra ar pezh a gavez mat, chom ken na'z po e zizonet. Ra seveno an AOTROU e gomz! Evel-se ar wreg a chomas hag a vagas he mab ken n'he doe e zizonet.

24  Adalek ma voe dizonet, e lakaas anezhań da bignat ganti, hag e kemeras tri leue, un efa (~ 22 l) bleud hag ul lestrad gwin, hag e kasas anezhań da di an AOTROU da Silo. Ar bugel a oa yaouank-kenań c'hoazh.

25  Hag e lazhjont ul leue, hag e tegasjont ar bugel da Eli.

26  Hi a lavaras: Me az ped, va aotrou! Ken gwir ha ma vev da ene, va aotrou, me eo ar vaouez en em zalc'he ez kichen hag a bede an AOTROU.

27  Evit ar bugel-mań eo e peden, hag an AOTROU en deus selaouet ouzhin em fedenn.

28  Evel-se e prestan anezhań d'an AOTROU, prestet e vo d'an AOTROU evit holl zeizioł e vuhez. Hag e stoujont eno dirak an AOTROU.

 

Pennad 2

1  Neuze Anna a bedas hag a lavaras: Va c'halon a laouena en AOTROU, va c'horn a zo savet gant an AOTROU, va genoł a zigor a-enep va enebourien, dre ma'z on laouen ez silvidigezh.

2  Nikun n'eo santel evel an AOTROU, n'eus hini all ebet nemedout, n'eus roc'h ebet evel hon Doue.

3  Na lavarit ket kement a gomzoł rok. Ra ne zeuio ket komzoł balc'h eus ho kenoł, rak an AOTROU eo un Doue a anavez pep tra, ha gantań eo pouezet an oberoł.

4  Gwareg ar re c'halloudek a zo torret, hag ar re sempl a zo gourizet gant nerzh.

5  Ar re o doa o gwalc'h a zo feurmet evit bara, hag ar re o doa naon o deus paouezet. Ar vaouez gaonac’h zoken he deus ganet seizh, hag an hini he doa kalz mibien a zo diflaket.

6  An AOTROU a ra mervel hag a ra bevań. Eń a ra diskenn d'al lec'h ar marv hag a ra da zont er-maez.

7  An AOTROU a baoura hag a binvidika. Eń a izela hag a uhela.

8  Adsevel a ra ar paour eus ar poultr, tennań a ra an ezhommeg diwar an teil, evit e lakaat da azezań gant ar brińsed, hag e ro dezo da hźrezh un tron a c'hloar. Rak peulioł an douar a zo d'an AOTROU, ha lakaet en deus warno ar bed.

9  Diwall a ra treid e re garet-mat, met ar re fall a zo dilavar en deńvalijenn, rak an den ne greńvaio ket gant e nerzh e-unan.

10  Enebourien an AOTROU a vo bruzunet, eus an neńvoł e ra kurunoł warno. An AOTROU a varno ar pennoł pellań eus an douar, reiń a raio nerzh d'e roue, hag e savo korn e olevad.

11  Hag Elkana a yeas d'e di da Rama, met ar bugel a chomas e servij an AOTROU dirak Eli an aberzhour.

12  Hogen mibien Eli a oa tud fall. N'anavezent ket an AOTROU.

13  Setu amań giz an aberzhourien-se e-keńver ar bobl: Pa rae unan bennak un aberzh, servijer an aberzhour a zeue pa veze lakaet da verviń ar c'hig, o kaout en e zorn ur fourchetez tri biz,

14  hag e pike e-barzh ar chaodouron, pe ar gaoter, pe ar pothouarn, pe ar pod. An aberzhour a gemere evitań kement a save ar fourchetez. Evel-se e raent e-keńver holl re Israel a zeue di, da Silo.

15  Zoken a-raok ma veze lakaet al lard da leskiń, servijer an aberzhour a zeue hag a lavare d'an den a aberzhe: Ro kig da rostań evit an aberzhour, rak ne gemero ket diganit kig bervet, met kig kriz.

16  Mar lavare dezhań an den: Ra vo lakaet al lard da leskiń, ha goude-se e kemeri ar pezh a fello dit, neuze e lavare: Nann! Reiń a ri bremań, anez me a gemero dre nerzh.

17  Ha pec'hed an dud yaouank-se a voe gwall-vras dirak an AOTROU, rak disprizań a raent prof an AOTROU.

18  Samuel a servije dirak an AOTROU, ar bugel a oa gourizet gant un efod lin.

19  E vamm a rae dezhań ur vantell vihan a zegase dezhań bep bloaz, pa bigne gant he gwaz evit kinnig an aberzh-bloaz.

20  Eli a vennigas Elkana hag e wreg o lavarout: Ra roio an AOTROU dit bugale eus ar wreg-mań, evit ar prest he deus graet d'an AOTROU. Hag e tistrojont d'o c'hźr.

21  An AOTROU a weladennas Anna, a gońsevas hag a c'hanas tri mab ha div verc'h. Ha Samuel yaouank a greske e-kichen an AOTROU.

22  Eli a oa gwall gozh, hag e klevas kement holl a rae e vibien da holl Israel, ha penaos e kouskent gant ar maouezed en em zastume ouzh dor teltenn an engalv.

23  Hag e lavaras dezho: Perak e rit traoł evel-se? Rak klevout a ran, a-berzh an holl bobl, hoc'h oberoł fall.

24  Na rit ket an traoł-se, va mibien. Ar vrud a glevan n'eo ket mat, lakaat a rit da bec'hiń pobl an AOTROU.

25  Mar pec'h un den a-enep un den all, Doue en barno; met mar pec'h unan bennak a-enep an AOTROU, piv a bedo evitań? Met ne sentjont ket ouzh mouezh o zad, rak an AOTROU a felle dezhań o lakaat d'ar marv.

26  Ha Samuel yaouank a greske hag a blije d'an AOTROU ha d'an dud.

27  Un den Doue a zeuas da gavout Eli hag e lavaras dezhań: Evel-henn e komz an AOTROU: Ha ne'm boa ket en em ziskuliet da di da dad pa oant en Ejipt e ti Faraon?

28  E zibabet em eus a-douez holl veuriadoł Israel, evit bezań va aberzhour, evit kinnig war va aoter, evit lakaat da vogediń ezańs, evit dougen an efod dirazon, hag em eus roet da di da dad an holl brofoł graet dre an tan eus mibien Israel.

29  Perak hoc'h eus pellaet gant taolioł-treid va aberzh ha va donezon am eus gourc'hemennet d'ober em chomlec'h? Hag ec'h eus enoret da vibien muioc'h egedon, evit en em lardań gant ar gwellań eus donezonoł Israel va fobl?

30  Setu perak e lavar an AOTROU Doue Israel: Disklźriet em eus e kerzhje da di ha ti da dad dirazon da viken. Met bremań e lavar an AOTROU: Pell diouzhin! Rak enoriń a rin ar re a enor ac'hanon, met ar re am dispriz a vo disprizet.

31  Setu e teu an deizioł ma troc'hin da vrec'h ha brec'h ti da dad, e doare ma ne vo den kozh ebet ez ti.

32  Hag e weli un enebour em chomlec'h, e-pad ma kaso Doue pep seurt madoł da Israel, ha ne vo biken den kozh ez ti.

33  An hini eus da re na'm bo ket lamet eus kichen va aoter, a vo evit glac'hariń da zaoulagad hag enkreziń da ene, hag holl vibien da di a varvo en oad-gour.

34  Hag ar pezh a c'hoarvezo gant da zaou vab, Hofni ha Fineaz, a servijo da arouez dit: mervel a raint o-daou d'an hevelep deiz.

35  Me a lakaio din un aberzhour feal, unan hag a raio hervez va c'halon ha va ene. Hag e savin dezhań un ti padus, hag e kerzho dirak va olevad da viken.

36  Ha piv bennek a vo manet eus da di a zeuio da stouiń dirazań, evit kaout ur pezh arc'hant hag un tamm bara, hag e lavaro dezhań: Laka ac'hanon, me az ped, da vont en unan eus kargoł ar velegiezh, evit debriń un tamm bara.

 

Pennad 3

1  Samuel yaouank a servije an AOTROU dirak Eli. Ha komz an AOTROU a oa rouez en deizioł-se, ne oa ket a weledigezh o tont war wel.

2  Hag un deiz e c'hoarvezas kement-mań: Eli a oa gourvezet en e lec'h, e zaoulagad a oa krog da deńvalaat ha ne c'helle ken gwelout,

3  lamp Doue ne oa ket c'hoazh marv, Samuel a oa gourvezet e templ an AOTROU el lec'h ma oa arc'h an AOTROU,

4  ha neuze an AOTROU a c'halvas Samuel. Respont a reas: Setu-me amań!

5  Hag e redas da gavout Eli, hag e lavaras: Setu-me amań, rak va galvet ec'h eus. Hag e lavaras: Ne'm eus ket da c'halvet, kae da c'hourvez. Hag ez eas da c'hourvez.

6  An AOTROU a c'halvas c'hoazh Samuel, ha Samuel a savas hag a yeas da gavout Eli, hag e lavaras: Setu-me amań, rak va galvet ec'h eus. Hag e lavaras: Va mab, ne'm eus ket da c'halvet, kae da c'hourvez.

7  Samuel n'anaveze ket c'hoazh an AOTROU, ha komz an AOTROU ne oa ket bet c'hoazh diskuliet dezhań.

8  An AOTROU a c'halvas c'hoazh Samuel evit an deirvet gwech, ha Samuel a savas hag a yeas da gavout Eli, hag e lavaras: Setu-me amań, rak va galvet ec'h eus. Eli a gomprenas e c'halve an AOTROU ar bugel.

9  Neuze Eli a lavaras: Kae da c'hourvez, ha mard out galvet, e lavari: Komz, AOTROU, da servijer a selaou. Samuel a yeas eta da gousket en e lec'h.

10  An AOTROU a zeuas hag en em zalc'has eno, hag e c'halvas evel bewech: Samuel, Samuel! Ha Samuel a lavaras: Komz, rak da servijer a selaou.

11  Neuze an AOTROU a lavaras da Samuel: Setu ez an d'ober en Israel un dra na c'hello den klevout hep ma tinto e zivskouarn.

12  En deiz-se e rin a-enep Eli kement am eus lavaret diwar-benn e di, en ur zeraouiń hag en ur echuiń.

13  Rak e aliet em eus ez aen da gastizań e di da viken, en abeg d'an direizhder a anavez, rak e vibien a zo en em lakaet euzhus, hep m'en deus o gourdrouzet.

14  Setu perak em eus touet da di Eli, na vefe biken dic'haouet direizhder ti Eli na dre aberzh na dre zonezon.

15  Samuel a chomas kousket betek ar mintin, hag e tigoras dorojoł ti an AOTROU. Samuel en doa aon da zisklźriań ar weledigezh da Eli.

16  Met Eli a c'halvas Samuel o lavarout: Samuel, va mab! Respont a reas: Setu-me amań!

17  Eli a lavaras: Pehini eo ar gomz en deus lavaret dit? N'he c'huzh ket ouzhin mar plij. Ra raio Doue dit hervez an diwezhań rustoni mar kuzhez ur ger hepken ouzhin eus kement en deus lavaret dit.

18  Samuel eta a zisklźrias dezhań an holl c'herioł, ha ne guzhas netra outań. Eli a lavaras: An AOTROU eo, ra raio evel ma kavo mat!

19  Samuel a greske hag an AOTROU a oa gantań, ha ne lezas ket da gouezhań d'an douar hini ebet eus e gomzoł.

20  Hag holl Israel, adalek Dan betek Beer-Sheba, a ouie e oa lakaet Samuel da brofed an AOTROU.

21  Hag an AOTROU a gendalc'he d'en em ziskouez e Silo, rak an AOTROU en em ziskulie da Samuel e Silo dre gomz an AOTROU.

 

Pennad 4

1  Komz Samuel a voe evit holl Israel. Mont a reas Israel d'ar brezel a-enep ar Filistined, hag e kampjont e-kichen Eben-Ezer, hag ar Filistined a gampas en Afek.

2  Ar Filistined en em renkas evit an emgann a-enep Israel. Hag e tarzhas an emgann, hag Israel a voe pilet gant ar Filistined, a lazhas war an emgannlec'h war-dro pevar mil den.

3  Ar bobl a zistroas d'ar c'hamp, hag henaourien Israel a lavaras: Perak en deus hon lezet an AOTROU da vezań pilet gant ar Filistined? Lakaomp arc'h emglev an AOTROU da zont eus Silo, ra zeuio en hor c'hreiz, ha ra hon dieubo eus dorn hon enebourien.

4  Ar bobl a gasas eta da Silo, a-belec'h e voe degaset arc'h emglev AOTROU an armeoł, a zo o chom etre ar cherubined. Ha daou vab Eli, Hofni ha Fineaz, a oa eno gant arc'h emglev Doue.

5  Evel ma'z ae arc'h an AOTROU er c'hamp, holl Israel a laoskas kriadennoł ken bras ma sonas an douar.

6  Ar Filistined, o klevout trouz ar c'hriadennoł a levenez, a lavaras: Petra eo ar c'hriadennoł a levenez-se e kamp an Hebreed? Hag ec'h anavezjont e oa deuet arc'h an AOTROU d'ar c'hamp.

7  Ar Filistined o doe aon, rak lavarout a rejont: Doue a zo deuet d'ar c'hamp; hag e lavarjont: Gwalleur deomp! Rak ne oa ket evel-se en deizioł tremenet.

8  Gwalleur deomp! Piv hon tenno eus dorn an doueoł galloudus-se? An doueoł-se eo ar re o deus skoet war an Ejipsianed dre bep seurt goulioł er gouelec'h.

9  Filistined, bezit kreńv, bezit kadourien, gant aon na vefec'h sklaved d'an Hebreed, evel ma'z int bet deoc'h. Bezit eta kadourien, ha stourmit.

10  Ar Filistined a vrezelas eta, hag Israel a voe pilet, ha pep hini a dec'has d'e deltenn. Al lazhadeg a voe bras, tregont mil den war droad eus Israel a gouezhas.

11  Hag arc'h Doue a voe tapet, ha daou vab Eli, Hofni ha Fineaz, a varvas.

12  Un den eus Benjamin a dec'has eus an emgann hag a zeuas da Silo en deiz-se, e zilhad roget ha douar war e benn.

13  Hag evel ma errue, setu, Eli a oa azezet war e gador e kostez an hent, o c'hortoz, rak e galon a grene abalamour da arc'h Doue. An den-mań a yeas e kźr da gas ar c'heloł-se, hag holl gźr a c'harmas.

14  Eli, o klevout ar garmoł-se, a lavaras: Petra eo an trouz-se? Hag an den-mań a hastas dont da gavout Eli hag a roas keloł dezhań.

15  Eli a oa oadet a driwec'h vloaz ha pevar-ugent, hag e zaoulagad a oa teńvalaet ha ne c'helle ket gwelout.

16  An den a lavaras eta da Eli: Dont a ran eus an emgann, hag ez on tec'het eus an emgann hiziv. Eli a lavaras: Petra eo c'hoarvezet, va mab?

17  An hini a roe keloł a respontas o lavarout: Israel en deus tec'het dirak ar Filistined, ha zoken ez eus bet ul lazhadeg vras e-touez ar bobl. Da zaou vab, Hofni ha Fineaz, a zo marv ivez, hag arc'h Doue a zo bet tapet.

18  Adal m'en doa komzet eus arc'h Doue, Eli a gouezhas en a-dreńv diwar e gador, e-kichen an nor, hag e torras e gilpenn, hag e varvas., rak un den kozh ha pouezus e oa. Barnet en doa Israel daou-ugent vloaz.

19  E verc'h-kaer, gwreg Fineaz, a oa dougerez ha prest da wilioudiń. O vezań klevet ar c'heloł e oa arc'h Doue tapet, hag e oa he zad-kaer hag he fried marvet, e plegas hag e c'hanas, rak he gwentloł a oa deuet dezhi.

20  Evel ma varve, ar re a oa en he c'hichen a lavaras dezhi: Na'z pez ket aon, rak ur mab ec'h eus ganet. Met ne respontas netra ha ne reas ket a van.

21  Hag ec'h anvas ar paotr Ikabod (= gloar ebet) en ur lavarout: Ar c'hloar a zo lamet eus Israel; rak arc'h Doue a zo bet tapet, hag abalamour d'he zad-kaer ha d'he fried

22  Lavarout a reas: Ar c'hloar a zo lamet eus Israel, rak arc'h Doue a zo bet tapet.

 

Pennad 5

1  Ar Filistined a gemeras arc'h Doue, hag he c'hasas eus Eben-Ezer da Asdod.

2  Ar Filistined a gemeras arc'h Doue, hag he c'hasjont da di Dagon, hag he lakajont e-kichen Dagon.

3  An deiz war-lerc'h tud Asdod a savas mintin mat, ha setu, Dagon a oa kouezhet, e zremm d'an douar, dirak arc'h an AOTROU. Hag e kemerjont Dagon, hag e lakajont anezhań en e lec'h.

4  Sevel a rejont adarre an deiz war-lerc'h mintin mat, ha setu, Dagon a oa kouezhet, e zremm d'an douar, dirak arc'h an AOTROU. Ha penn Dagon, hag e zaouarn, a oa troc'het, war an treuzoł. Korf-bras Dagon hepken a chome dezhań.

5  Setu perak aberzhourien Dagon, hag an holl re a ya en e di en Asdod, ne gerzhont ken war an treuzoł betek hiziv.

6  Goude-se, dorn an AOTROU a bounneraas war dud Asdod hag a c'hlac'haras o bro, hag e skoas warno gant ruzderioł, en Asdod hag en he ziriad.

7  Tud Asdod, o welout kement-se, a lavaras: Arc'h Doue Israel ne chomo ket ganeomp, rak e zorn a zo pounneraet warnomp ha war Dagon hon doue.

8  Hag e kerc'hjont hag e tastumjont holl brińsed ar Filistined, hag e lavarjont: Petra a raimp gant arc'h Doue Israel? Hag e respontjont: Ra vo kaset arc'h Doue Israel betek Gad. Hag e tezougjont arc'h Doue Israel.

9  Met goude ma oa bet dezouget, dorn an AOTROU a voe war gźr, hag e reas eno un drubuilh vras. Skeiń a reas war dud kźr, adalek ar bihanań betek ar brasań, hag e teuas dezho ruzderioł.

10  Kas a rejont eta arc'h Doue da Ekron. Pa erruas arc'h Doue en Ekron, an Ekroniz a grias o lavarout: Degaset o deus deomp arc'h Doue Israel, evit hol lakaat da vervel, ni hag hor pobl!

11  Hag e kerc'hjont hag e tastumjont holl brińsed ar Filistined, hag e lavarjont: Lezit arc'h Doue Israel da vont, ha ma tistroio d'he lec'h, evit na varvimp ket, ni hag hor pobl. Rak ur spont a varv a oa dre holl gźr, ha dorn Doue a bounnerae warno.

12  An dud na varvent ket a veze skoet gant ruzderioł, ha garmadeg kźr a bigne betek an neńv.

 

Pennad 6

1  Arc'h an AOTROU a voe seizh miz e bro ar Filistined.

2  Ar Filistined a c'halvas an aberzhourien hag an divinourien, hag e lavarjont dezho: Petra a raimp gant arc'h an AOTROU? Deskit deomp penaos he c'hasimp d'he lec'h?

3  Hag e respontjont: Mar kasit kuit arc'h Doue Israel, n'he c'hasit ket goullo. Na vankit ket d'ober un aberzh a gablusted, ha neuze e viot yac'haet, hag e ouiot perak n'en em denn ket e zorn diwarnoc'h.

4  Hag e lavarjont: Peseurt aberzh a gablusted a raimp? Hag e respontjont: Hervez niver prińsed ar Filistined, pemp gwazrudez aour ha pemp logodenn aour, rak un hevelep gouli a zo bet warnoc'h holl ha war ho prińsed.

5  Ober a reot skeudennoł eus ho ruzderioł, ha skeudennoł eus al logod a zistruj ar vro, hag e roiot gloar da Zoue Israel. Marteze e skańvaio e zorn diwarnoc'h, diwar ho toueoł, ha diwar ho pro.

6  Perak e kaletafec'h ho kalon, evel m'o deus kaletaet an Ejipsianed ha Faraon o c'halon? Goude m'en doe graet a-enep dezho e vurzhudoł, ha n'o lezjont ket da vont kuit? Hag ez ejont kuit.

7  Bremań eta kemerit peadra d'ober ur c'harr nevez ha div vuoc'h a ro da zenań ha n'eus ket bet c'hoazh lakaet warno ar yev, stagit an div vuoc'h ouzh ar c'harr, ha distroit o re vihan d'ar gźr.

8  Kemerit arc'h an AOTROU, ha lakait anezhi war ar c'harr. An oberennoł aour ho po paeet evel aberzh a gablusted a lakaiot en ur c'houfrig en he c'hichen, hag e kasot anezhi, hag ez aio kuit.

9  Neuze e sellot. Mar pign etrezek Bet-Shemesh, dre hent an harz, eo an AOTROU an hini en deus graet deomp an droug bras-se. Ma ne ra ket, e ouezimp n'eo ket e zorn en deus skoet warnomp, met eo c'hoarvezet kement-mań ganeomp dre zarvoud.

10  Hag an dud-mań a reas evel-se. Kemer a rejont div vuoc'h a roe da zenań, hag e stagjont anezho ouzh ar c'harr, hag e serrjont o re vihan er gźr.

11  Hag e lakajont arc'h an AOTROU war ar c'harr, hag ur c'houfrig gant al logod aour ha skeudennoł o ruzderioł.

12  Neuze ar buoc'hed a yeas eeun gant hent Bet-Shemesh, hag en em zalc'hjont atav war an hevelep hent, o kerzhout hag o vlejal, hep distreiń nag a-zehou nag a-gleiz. Prińsed ar Filistined a yeas war o lerc'h betek harz Bet-Shemesh.

13  Tud Bet-Shemesh a vede ed en traonienn. Hag e savjont o daoulagad hag e weljont an arc'h, hag e laouenajont ouzh he gwelout.

14  Ar c'harr a zeuas e park Jozue eus Bet-Shemesh, hag a arsavas eno. Hag eno e oa ur maen bras, hag e voe faoutet koad ar c'harr, ha kinniget ar buoc'hed evel loskaberzh d'an AOTROU.

15  Al Levited a ziskennas arc'h an AOTROU hag ar c'houfrig a oa en he c'hichen, ma oa ennań an oberennoł aour, hag o lakajont war ar maen bras. En deiz-se tud Bet-Shemesh a ginnigas loskaberzhoł hag a aberzhas aberzhoł d'an AOTROU.

16  Ha pemp prińs ar Filistined, o vezań gwelet kement-se, a zistroas da Ekron an deiz-se.

17  Setu ar ruzderioł aour a roas ar Filistined d'an AOTROU evel aberzh a gablusted: unan evit Asdod, unan evit Gaza, unan evit Askalon, unan evit Gad, unan evit Ekron.

18  Al logod aour a oa hervez niver holl gźrioł ar Filistined a oa dindan ar pemp prińs, ken ar c'hźrioł serret ken ar bourc'hioł digor. Ar maen bras a oa lakaet arc'h an AOTROU warnań, a zo c'hoazh betek hiziv e park Jozue eus Bet-Shemesh.

19  Hogen an AOTROU a skoas war dud Bet-Shemesh, dre m'o doa sellet ouzh arc'h an AOTROU. Hag e skoas e-touez ar bobl war hanter-kant mil dek den ha tri-ugent. Ar bobl a reas kańv, dre m'en doa skoet an AOTROU warno gant ur gouli bras.

20  Neuze e lavaras tud Bet-Shemesh: Piv a c'hellfe derc'hel dirak an AOTROU, an Doue santel? Ha war-zu piv e pigno an arc'h o pellaat diouzhomp?

21  Hag e kasjont kannaded da dud Kirjad-Jearim, da lavarout dezho: Ar Filistined o deus kaset arc'h an AOTROU d'ar gźr. Diskennit d'he lakaat da bignat ganeoc'h.

 

Pennad 7

1  Tud Kirjad-Jearim a zeuas hag a lakaas arc'h an AOTROU da bignat, hag e kasjont anezhi da di Abinadab war ar c'hrec'h. Hag e santelajont Eleazar e vab evit mirout arc'h an AOTROU.

2  Pell bras e oa abaoe an deiz ma voe lakaet arc'h an AOTROU e Kirjad-Jearim, ugent vloaz e oa. Hag holl di Israel en em lakaas da huanadiń war-lerc'h an AOTROU.

3  Samuel a gomzas ouzh holl di Israel o lavarout: Mar distroit a holl galon d'an AOTROU, lamit eus ho touez an doueoł estren hag Astarte, ha distroit ho kalon etrezek an AOTROU, servijit-eń hepken, hag ho tieubiń a raio eus dorn ar Filistined.

4  Neuze mibien Israel a lamas kuit ar Baaloł hag Astarte, evit servijań an AOTROU hepken.

5  Samuel a lavaras: Dastumit holl Israel e Mizpa, hag e pedin an AOTROU evidoc'h.

6  En em zastum a rejont eta e Mizpa, hag eno e tennjont dour d'e skuilhań dirak an AOTROU, hag e yunjont en deiz-se, hag e lavarjont: Pec'het hon eus a-enep an AOTROU! Ha Samuel a varnas mibien Israel e Mizpa.

7  Pa glevas ar Filistined e oa dastumet mibien Israel e Mizpa, prińsed ar Filistined a bignas a-enep Israel. Ha pa glevas mibien Israel kement-mań, o doe aon dirak ar Filistined.

8  Mibien Israel a lavaras da Samuel: Na baouez ket da grial evidomp etrezek an AOTROU hon Doue, evit ma tieubo ac'hanomp eus dorn ar Filistined.

9  Neuze e kemeras Samuel un oan-laezh, a ginnigas en e bezh d'an AOTROU evel loskaberzh. Ha Samuel a grias etrezek an AOTROU evit Israel, hag an AOTROU a selaouas outań.

10  Hag evel ma kinnige Samuel al loskaberzh, ar Filistined a dostaas evit ober brezel da Israel. Met an AOTROU a lakaas ar c'hurunoł d'ober un trouz bras war ar Filistined en deiz-se, hag e voent disparfoeltret ha pilet gant Israel.

11  Tud Israel a yeas er-maez eus Mizpa hag a redas war-lerc'h ar Filistined, hag e skojont warno betek dindan Bet-Kar.

12  Ha Samuel a gemeras ur maen, a lakaas etre Mizpa ha Shen, hag en anvas Eben-Ezer (= maen ar sikour), hag e lavaras: An AOTROU en deus hor sikouret betek amań.

13  Ar Filistined a oa izelaet, ha ne zeujont ken war zouaroł Israel. Hag e voe dorn an AOTROU a-enep ar Filistined e-pad holl amzer Samuel.

14  Ar c'hźrioł bet tapet gant ar Filistined digant Israel a zistroas da Israel, adalek Ekron betek Gad, gant o ziriadoł. Israel o dieubas eus dorn ar Filistined, hag e voe peoc'h etre Israel hag an Amoreaned.

15  Samuel a varnas Israel holl zeizioł e vuhez.

16  Mont a rae bep bloaz d'ober tro Betel, Gilgal ha Mizpa, hag e varne Israel en holl lec'hioł-se.

17  Hag e tistroe da Rama, rak eno e oa e di, hag eno e varne Israel, hag e savas eno un aoter d'an AOTROU.

 

Pennad 8

1  Pa voe deuet Samuel da vezań kozh, e lakaas e vibien da varnerien war Israel.

2  E gentań-ganet a oa anvet Joel, hag an eil Abija, hag e varnent e Beer-Sheba.

3  Met e vibien ne gerzhent ket war e hent, ha treiń a raent diwarnań evit klask ar gounid, hag e tegemerent donezonoł, hag e wallsient ar gwir.

4  Neuze holl henaourien Israel en em zastumas, hag a zeuas da gavout Samuel e Rama.

5  Lavarout a rejont dezhań: Setu, deuet out da vezań kozh, ha da vibien ne gerzhont ket war da hent. Bremań laka warnomp ur roue evit hor barn, evel m'o deus an holl vroadoł.

6  Displijout a reas da Samuel ar ger-mań: Laka warnomp ur roue evit hor barn. Ha Samuel a bedas an AOTROU.

7  An AOTROU a lavaras da Samuel: Sent ouzh mouezh ar bobl e kement ha ma lavaront dit, rak n'eo ket te an hini a daolont kuit, met me eo a daolont kuit, evit na renin ken warno.

8  Hervez an holl oberoł o deus graet abaoe an deiz ma em eus o lakaet da bignat eus an Ejipt betek hiziv, o tilezel ac'hanon hag o servijań doueoł all, evel-se e reont ez keńver.

9  Bremań eta sent ouzh o mouezh. Koulskoude ne vanki ket da rebech anezho ha da zisklźriań dezho penaos e raio dezho ar roue a reno warno.

10  Neuze Samuel a lavaras holl gomzoł an AOTROU d'ar bobl a c'houlenne ur roue digantań.

11  Hag e lavaras: Setu amań petra a raio deoc'h ar roue a reno warnoc'h. Kemer a raio ho mibien, hag o lakaio war e girri hag e-touez e varc'hegerien da redek dirak e garr,

12  hag o lakaio ivez da bennoł a vilieroł ha da bennoł a hanterkantad, hag o lakaio da arat e barkeier, da zastum e eostoł, da ober e vinvioł-brezel ha tenn e girri.

13  Kemer a raio ho merc'hed, hag e raio diouto porfumerezed, keginerezed ha baraerezed.

14  Kemer a raio ho parkeier, ho kwini hag ho kwez-olivez gwellań, hag o roio d'e servijerien.

15  Sevel a raio an deog diwar ho trevadoł ha diwar ho mendemoł, evit o reiń d'e spazhidi ha d'e servijerien.

16  Kemer a raio ho mevelien hag ho mitizhien, an dibab eus ho tud yaouank, hag hoc'h ezen, evit o implijout d'e labourioł.

17  Sevel a raio an deog diwar ho tropelloł, hag e viot e sklaved.

18  Garmiń a reot en deiz-se, en abeg d'ho roue ho po dibabet, met an AOTROU ne selaouo ket ouzhoc'h en deiz-se.

19  Met ar bobl ne fellas ket dezho selaou ouzh mouezh Samuel, hag e lavarjont: Nann! Met bez' e vo ur roue warnomp,

20  hag e vimp, ni ivez, evel an holl bobloł. Hor roue hor barno, hag a yelo a-raok deomp, hag hor reno d'ar brezelioł.

21  Samuel a glevas holl gomzoł ar bobl, hag o lavaras ouzh divskouarn an AOTROU.

22  Hag an AOTROU a lavaras da Samuel: Sent ouzh o mouezh, laka warno ur roue. Ha Samuel a lavaras da dud Israel: Kit pep hini ac'hanoc'h d'e ger.

 

Pennad 9

1  Bez' e oa un den eus Benjamin, anvet Kish, mab Abiel mab Zeror mab Bekorad mab Afiak mab ur Benjaminad. Un den kadarn ha kalonek e oa.

2  Ur mab en doa, anvet Saül, yaouank ha kaer, hag hini ebet eus mibien Israel ne oa kaeroc'h egetań; adalek e skoaz e oa uheloc'h eget an holl bobl.

3  Azenezed Kish tad Saül a oa kollet. Kish a lavaras da Saül e vab: Kemer ganit unan eus ar vevelien ha sav; kae da glask an azenezed.

4  Tremen a reas eta dre venez Efraim, hag e tremenas dre vro Shalisha, ha n'o c'havjont ket. Goude e tremenjont dre vro Shaalim, ha ne oant ket eno. Hag e tremenjont dre vro Benjamin, ha n'o c'havjont ket.

5  Pa voent deuet da vro Zuf, Saül a lavaras d'e vevel a oa gantań: Deus ha distroomp ac'hann, gant aon na baouez va zad d'en em chalań gant an azenezed, ha na vefe nec'het diwar hor pennoł.

6  Hag ar mevel a lavaras dezhań: Setu, bez' ez eus en gźr-mań un den Doue, un den enoret, ha kement a lavar a c'hoarvez. Eomp d'e gavout bremań, marteze e tesko deomp an hent hon eus da vont gantań.

7  Saül a lavaras d'e vevel: Mard eomp d'e gavout, petra a gasimp d'an den-se? Rak n'eus bevańs ebet ken en hor seier, ha n'hon eus prof ebet da gas d'an den Doue. Petra hon eus ganeomp?

8  Ar mevel a respontas da Saül o lavarout: Setu amań en em gav etre va daouarn ur c'hard sikl (~ 2,5 g) arc'hant, a roin d'an den Doue, hag e tesko deomp hon hent.

9  Gwechall en Israel, pa'z aed da c'houlennata Doue, e veze lavaret evel-henn: Deuit, eomp da gavout ar gweler; rak an hini a vez anvet hiziv ar profed a veze anvet gwechall ar gweler.

10  Saül a lavaras d'e vevel: Lavaret mat ec'h eus, deus, eomp! Hag ez ejont d'ar gźr ma oa an den Doue enni.

11  Evel ma pignent dre grec'h kźr, e kavjont merc'hed yaouank a yae da dennań dour, hag e lavarjont dezho: Hag emań amań ar gweler?

12  Hag e respontjont dezho o lavarout: Setu-eń amań dirazout. Hast buan, rak hiziv eo deuet e kźr, dre ma ra ar bobl hiziv un aberzh war an uhellec'h.

13  Pa viot aet e-barzh kźr, e kavot anezhań a-raok ma pigno d'an uhellec'h evit debriń, rak ar bobl ne zebro ket ken na vo deuet, ha ken n'en devo benniget an aberzh. Goude-se ar re a zo pedet a zebro dioutań. Pignit eta, hag e gavout a reot bremań.

14  Pignat a rejont eta da gźr, hag evel ma erruent e kreiz-kźr, setu, Samuel a zeue en arbenn dezho evit pignat d'an uhellec'h.

15  An AOTROU en doa komzet ouzh Samuel un deiz a-raok ma teuas Saül, o lavarout:

16  Warc'hoazh d'an eur-mań e kasin dit un den eus bro Benjamin, hag ec'h olevi anezhań evit bezań rener war va fobl Israel, hag eń a zieubo va fobl eus dorn ar Filistined. Rak sellet em eus ouzh va fobl, rak deuet eo he garm betek ennon.

17  P'en deus Samuel gwelet Saül, an AOTROU a lavaras dezhań: Setu an den am eus komzet diwar e benn, eń eo an hini a reno war va fobl.

18  Saül a dostaas ouzh Samuel e-kreiz an nor hag a lavaras: Diskouez din, mar plij, pelec'h emań ti ar gweler.

19  Samuel a respontas da Saül o lavarout: Me eo ar gweler. Pign dirazon d'an uhellec'h, hag e tebrot ganin hiziv. Ha warc'hoazh ez lezin da vont kuit. Disklźriań a rin dit kement a zo ez kalon.

20  Met diwar-benn an azenezed ec'h eus kollet tri deiz 'zo, na vez ket chalet ganto, rak adkavet int. Ha war-zu piv eo ec'h astenn holl c'hoant Israel? Ha n'eo ket war-zu ennout ha war-zu holl di da dad?

21  Saül a respontas o lavarout: Ha n'on ket Benjaminat, eus an disterań meuriad a zo en Israel, ha va ziegezh, ha n'eo ket an hini bihanań eus holl diegezhioł meuriad Benjamin? Perak neuze e komzez evel-se din?

22  Samuel a gemeras Saül hag e vevel hag o lakaas da vont er sal, hag e roas dezho ul lec'h e penn ar re bedet, a oa war-dro tregont den.

23  Samuel a lavaras d'ar c'heginer: Ro al lodenn am eus roet dit en ur lavarout: Laka-hi a-gostez.

24  Ar c'heginer a gemeras ar skoaz gant ar pezh a oa warni, hag he lakaas dirak Saül. Samuel a lavaras: Setu amań ar pezh a zo bet miret. Laka-eń dirazout ha debr, rak miret eo bet dit a-benn an eur-mań, abaoe ma em boa lavaret pediń ar bobl. Ha Saül a zebras gant Samuel en deiz-se.

25  Hag e tiskennjont eus an uhellec’h e kźr, ha Samuel a gomzas gant Saül war an doenn.

26  Goude e savjont da c'houloł-deiz. Samuel a c'halvas Saül war an doenn hag a lavaras: Sav hag ez lezin da vont. Saül a savas eta, hag ez ejont o-daou er-maez, eń ha Samuel.

27  Evel ma tiskennent da draoń kźr Samuel a lavaras da Saül: Lavar d'ar mevel tremen a-raok deomp, hag e tremenas, ha te chom a-sav bremań, ma rin dit klevout komz Doue.

 

Pennad 10

1  Samuel a gemeras ur vured eoul, a skuilhas war benn Saül, hag e pokas dezhań, hag e lavaras: An AOTROU, ha n'en deus ket da olevet evit bezań rener war e hźrezh?

2  Hiziv pa vi aet diganin, e kavi daou zen e-kichen bez Rachel war harz Benjamin, e Zelzak, hag e lavarint dit: An azenezed a oas aet da glask a zo bet kavet, ha setu da dad en deus paouezet d'en em chalań gant an azenezed, met a zo nec'het diwar ho pennoł o lavarout: Petra a rin evit va mab?

3  Ha pa vi aet ac'hane hag e vi pelloc'h, pa vi deuet betek dervenn an Tabor, en em gavi gant tri den o pignat war-zu Doue da Vetel, hag o tougen, unan anezho tri menn-gavr, unan all teir barenn, hag unan all ul lestrad gwin.

4  Hag e c'houlennint diganit ha mont a ra mat, hag e roint dit div varaenn a zegemeri eus o daouarn.

5  Goude-se e teui da C'hibea-Elhoim (= krec'h Doue), el lec'h emań gwarded ar Filistined, hag e c'hoarvezo, pa'z i e kźr, ma en em gavi gant ur vandenn brofeded o tiskenn eus an uhellec'h, o kaout ul lourenn, un daboulin, ur fleüt hag un delenn en o raok, hag e vint o profediń.

6  Neuze Spered an AOTROU a grogo ennout, hag e profedi ganto, hag e teui da vezań un den all.

7  Ha pa c'hoarvezo an arouezioł-se ganit, gra kement a gavo da zorn, rak Doue a zo ganit.

8  Hag e tiskenni a-raok din da C'hilgal. Ha setu e tiskennin da'z kavout evit kinnig loskaberzhoł hag evit aberzhiń aberzhoł a drugarekadennoł. Gortoz a ri seizh deiz betek ma en em gavin ez kichen, hag e tisklźrin dit ar pezh az po d'ober.

9  Kerkent ha m'en doa troet e gein evit mont kuit digant Samuel, Doue a gemmas dezhań e galon evit unan all, hag an holl arouezioł a c’hoarvezas gantań en deiz-se.

10  Pa'c'h errujont e Gibea, setu, ur bagad profeded en em gavas dirazań. Ha Spered an AOTROU a grogas ennań, hag e profedas en o zouez.

11  Pa welas an holl re en doa e anavezet diagent e oa gant ar brofeded o profediń, e lavaras an dud an eil d'egile: Petra eta a zo c'hoarvezet gant mab Kish? Hag emań Saül ivez e-touez ar brofeded?

12  Unan bennak alese a respontas o lavarout: Ha piv eo o zad? Neuze e teuas da vezań ur c'hrennlavar: Hag emań Saül ivez e-touez ar brofeded?

13  P'en doe paouezet da brofediń, e teuas d'an uhellec'h.

14  Eontr Saül a lavaras dezhań ha d'e vevel: Da belec'h oc'h aet? Hag e respontas: Da glask an azenezed, met evel ma n'hon eus ket o c'havet, omp aet da gavout Samuel.

15  Eontr Saül a lavaras: Disklźr din ar pezh en deus lavaret deoc'h Samuel.

16  Ha Saül a lavaras d'e eontr: Lavaret en deus deomp e oa kavet an azenezed. Met ne zisklźrias ket dezhań ar pezh en doa lavaret Samuel diwar-benn ar rouantelezh.

17  Samuel a zastumas ar bobl dirak an AOTROU e Mizpa,

18  hag a lavaras da vibien Israel: Evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Lakaet em eus Israel da bignat eus an Ejipt, dieubet em eus anezho eus dorn an Ejipsianed hag eus dorn an holl rouantelezhioł a oa ouzh ho kwaskań.

19  Met hiziv e taolit kuit ho Toue en deus ho tieubet eus hoc'h holl boanioł hag eus hoc'h holl c’hlac’haroł, hag e lavarit dezhań: Met laka ur roue warnomp. En em ziskouezit eta bremań dirak an AOTROU dre veuriadoł ha dre vilieroł.

20  Samuel a lakaas da dostaat holl veuriadoł Israel, ha meuriad Benjamin a voe merket.

21  Goude e lakaas meuriad Benjamin da dostaat dre diegezhioł, ha tiegezh Matri a voe merket. Goude e voe merket Saül mab Kish, hag e klaskent anezhań, met ne oa ket kavet.

22  Hag e c'houlennatajont c'hoazh an AOTROU: Ha deuet eo amań c'hoazh un den? An AOTROU a lavaras: Setu-eń kuzhet e-touez ar pakadoł.

23  Hag e redjont hag e tennjont anezhań ac'hane, hag en em zalc'has dirak ar bobl; adalek e skoaz e oa uheloc'h eget an holl bobl.

24  Samuel a lavaras d'an holl bobl: Hag e welit an hini en deus dibabet an AOTROU? N'eus den ebet e-touez an holl bobl a vefe heńvel outań. Hag an holl bobl a laoskas kriadennoł a levenez o lavarout: Ra vevo ar roue!

25  Neuze Samuel a lavaras dirak ar bobl gwirioł ar rouantelezh, hag o skrivas en ul levr, a lakaas dirak an AOTROU. Ha Samuel a gasas kuit an holl bobl, pep hini d'e di.

26  Saül ivez a yeas d'e di da C'hibea, hag ez eas gantań an dud kadarn en doa teneraet Doue o c'halon.

27  Met tud fall a lavaras: Penaos e tieubfe hemań ac'hanomp? Hag e tisprizjont anezhań, ha ne gasjont prof ebet dezhań. Met eń a chomas bouzar ouzh kement-se.

 

Pennad 11

1  Nakash an Ammonad a bignas hag a gampas a-enep Jabez-Galaad. Holl dud Jabez a lavaras da Nakash: Gra emglev ganeomp, hag e servijimp ac'hanout.

2  Met Nakash an Ammonad a respontas dezho: En em glevout a rin ganeoc'h gant ma toullin deoc'h-holl ho lagad dehoł, hag e lakain an dismegańs-se war holl Israel.

3  Henaourien Jabez a lavaras dezhań: Ro deomp seizh deiz ehan, hag e kasimp kannaded dre holl vro Israel, ha ma ne vez den d'hon dieubiń, ni en em roio dit.

4  Ar gannaded a zeuas da C'hibea kźr Saül, hag e lavarjont ar c'homzoł-se d'ar bobl. Hag ar bobl a savas o mouezh hag a c'harmas.

5  Ha setu e tistroe Saül eus ar parkeier a-dreńv e ejened, hag e lavaras: Petra en deus ar bobl da ouelań evel-se? Hag e voe kontet dezhań ar pezh o doa lavaret tud Jabez.

6  Spered Doue a grogas e Saül pa glevas ar c'homzoł-se, hag e gounnar a entanas meurbet.

7  Hag e kemeras ur yevad ejened, hag o droc'has a-dammoł, a gasas dre holl vro Israel dre gannaded en ur lavarout: Graet e vo evel-se da ejened ar re na zeuint ket war-lerc'h Saül ha Samuel. Ha spont an AOTROU a gouezhas war ar bobl, hag e teujont er-maez evel un den hepken.

8  Hag o niveriń a reas e Bezek: mibien Israel a oa tri c'hant mil, ha tud Juda a oa tregont mil.

9  Goude e lavarjont d'ar gannaded a oa deuet: Evel-henn e lavarot da dud Jabez-Galaad: Dieubet e viot warc'hoazh, pa vo an heol en e nerzh. Ar gannaded a zistroas hag a zisklźrias-se da dud Jabez, a voe laouenaet a gement-se.

10  Ha tud Jabez a lavaras d'an Ammoniz: Warc'hoazh ni en em roio deoc'h, hag e reot deomp ar pezh a gavot a vo mat.

11  Hag antronoz, Saül a lakaas ar bobl e tri bagad, hag ez ejomp d'ar c'hamp da veilhadenn ar mintin, hag e skojont war an Ammoniz betek tommder an deiz. Ar re a chomas a voe stlabezet, ken na chomfe ket daou anezho a-gevret.

12  Hag ar bobl a lavaras da Samuel: Piv a lavare: Ha ren a raio Saül warnomp? Roit deomp an dud-se, hag o lakaimp d'ar marv.

13  Saül a lavaras: Den ne vo lakaet d'ar marv en deiz-mań, rak hiziv en deus graet an AOTROU un dieubidigezh en Israel.

14  Samuel a lavaras d'ar bobl: Deuit, deomp da C'hilgal, hag eno e nevesaimp ar rouantelezh.

15  Hag an holl bobl a yeas da C'hilgal, hag eno e lakajont Saül da roue, dirak an AOTROU e Gilgal, hag ec'h aberzhjont aberzhoł a drugarekadennoł dirak an AOTROU. Ha kalz a levenez o doe eno Saül hag holl dud Israel.

 

Pennad 12

1  Neuze Samuel a lavaras da holl Israel: Setu, sentet em eus ouzh ho mouezh e kement hoc'h eus lavaret din, ha lakaet em eus ur roue warnoc'h.

2  He bremań setu ar roue a gerzh a-raok deoc'h. Evidon-me, me a zo kozh, gwenn eo va fenn, ha setu, va mibien a zo ganeoc'h. Kerzhet em eus a-raok ac'hanoc'h adalek va yaouankiz betek hiziv.

3  Setu-me amań. Roit testeni a-enep din dirak an AOTROU ha dirak e olevad. Digant piv em eus kemeret an ejen? Digant piv em eus kemeret an azen? Ouzh piv em eus graet gaou? Piv am eus gwasket? Eus dorn piv em eus kemeret ur prof evit serriń va daoulagad warnań? Daskoriń a rin deoc'h.

4  Hag e respontjont: Ne'c'h eus ket graet gaou ouzhimp, ne'c'h eus ket hor gwasket, ne'c'h eus kemeret netra eus dorn den.

5  Hag e lavaras dezho: An AOTROU a zo test a-enep deoc'h, e olevad ivez a zo test hiziv, n'hoc'h eus kavet netra etre va daouarn. Hag e respontjont: Test eo.

6  Neuze Samuel a lavaras d'ar bobl: An AOTROU eo en deus lakaet Moizez hag Aaron, eń eo en deus graet d'ho tadoł pignat eus bro Ejipt.

7  Bremań en em zalc'hit amań, hag e varnin ac'hanoc'h dirak an AOTROU diwar-benn an holl vadoberoł en deus graet an AOTROU deoc'h ha d'ho tadoł.

8  Goude ma oa aet Jakob en Ejipt, ho tadoł a grias d'an AOTROU, hag an AOTROU a gasas Moizez hag Aaron, a reas d'ho tadoł mont er-maez eus an Ejipt ha chom el lec'h-mań.

9  Met ankounac'haat a rejont an AOTROU o Doue, hag eń o lakaas etre daouarn Sisera, penn arme Hazor, hag etre daouarn ar Filistined, hag etre daouarn roue Moab a reas brezel dezho.

10  Neuze e krijont d'an AOTROU o lavarout: Pec'het hon eus, rak dilezet hon eus an AOTROU ha servijet hon eus ar Baaloł hag Astarte. Met bremań dieub ac'hanomp eus hon enebourien, hag e servijimp ac'hanout.

11  Hag an AOTROU a gasas Jerubbaal, Bedan, Jefte ha Samuel, hag e tieubas ac'hanoc'h eus dorn hoc'h enebourien a oa en-dro deoc'h, hag oc'h bet o chom e surentez.

12  Met, o welout e oa Nakash roue mibien Ammon o tont a-enep deoc'h, hoc'h eus lavaret din: Nann! Met ur roue a reno warnomp. Ha kement-se petra bennak ma oa an AOTROU ho Toue, ho roue.

13  Bremań eta setu ar roue hoc'h eus dibabet hag hoc'h eus goulennet. Ha setu, an AOTROU en deus lakaet ur roue warnoc'h.

14  Mar doujit an AOTROU, mar servijit anezhań, mar sentit ouzh e vouezh, ma n'oc'h ket disent ouzh gourc'hemenn an AOTROU, neuze an AOTROU ho Toue a vo dirazoc'h, c'hwi hag ar roue a reno warnoc'h.

15  Met ma ne sentit ket ouzh mouezh an AOTROU, ha mar bezit disentus ouzh gourc'hemenn an AOTROU, dorn an AOTROU a vo a-enep deoc'h evel m'eo bet a-enep ho tadoł.

16  Ha bremań en em zalc'hit ha gwelit an dra vras ez a an AOTROU d'ober dirak ho taoulagad.

17  Ha n'eo ket hiziv eost an ed? Me a grio d'an AOTROU, hag e kaso kurun ha glav, evit ma ouiot ha ma welot pegen bras eo dirak daoulagad an AOTROU an droug hoc'h eus graet o c'houlenn ur roue evidoc'h.

18  Neuze Samuel a grias d'an AOTROU, hag an AOTROU a gasas kurun ha glav en deiz-se. An holl bobl he doe gwall aon rak an AOTROU ha rak Samuel.

19  Hag an holl bobl a lavaras da Samuel: Ped an AOTROU da Zoue evit da servijerien, evit na varvimp ket. Rak ouzhpennet hon eus d'hon holl bec'hedoł ar fallagriezh da vezań goulennet ur roue evidomp.

20  Samuel a lavaras d'ar bobl: N'ho pet ket aon, graet hoc'h eus an holl droug-se, koulskoude na zistroit ket diouzh an AOTROU, met servijit an AOTROU a holl galon.

21  Na zistroit ket a-se, rak kement-se a vefe mont war-lerc'h traoł a netra, na rofent gounid ebet deoc'h, ha na zieubfent ket ac'hanoc'h, peogwir ez int traoł a netra.

22  Rak an AOTROU ne zilezo ket e bobl, abalamour d'e anv bras, dre ma fellas d'an AOTROU ober ganeoc'h e bobl.

23  Evidon-me, pell diouzhin a bec'hiń a-enep an AOTROU hag a baouez da bediń evidoc'h. Met kelenn a rin deoc'h an hent mat hag eeun.

24  Doujit hepken an AOTROU ha servijit-eń e gwirionez hag a holl galon, rak gwelit an traoł bras en deus graet en ho keńver.

25  Met mar grit an droug, e viot distrujet, c'hwi hag ho roue.

 

Pennad 13

1  Saül en doa renet ur bloaz. Ha p'en doe renet daou vloaz war Israel,

2  Saül a zibabas tri mil den a-douez Israel. Bez' e oa daou vil gantań e Mikmash ha war venez Betel, ha mil gant Jonatan e Gibea-Benjamin. Hag e kasas nemorant ar bobl, pep hini d'e deltenn.

3  Jonatan a gannas gwarded ar Filistined a oa e Geba, hag ar Filistined a glevas kement-se. Saül a reas seniń ar shofar (= trompilh e korn maout) dre an holl vro en ur lavarout: Ra selaouo an Hebreed!

4  Evel-se holl Israel a glevas lavarout: Saül en deus kannet gwarded ar Filistined, ha zoken Israel a zo deuet kasaus evit ar Filistined. Ar bobl en em vodas e-kichen Saül e Gilgal.

5  Hag ar Filistined en em zastumas evit ober brezel da Israel, gant tregont mil karr ha c'hwec'h mil marc'heger, hag ur bobl niverus evel an traezh a zo war vord ar mor. Pignat a rejont hag e kampjont e Mikmash, ouzh sav-heol Bet-Aven.

6  Tud Israel a welas e oant en ur blegenn fall, rak ar bobl a oa spouronet. Ar bobl en em guzhas er c'hevioł, er bodennoł, e-touez ar reier, el lec'hioł kreńv hag er puńsoł.

7  Hebreed 'zo hag a dremenas ar Jordan evit mont da vro Gad ha Galaad. Koulskoude Saül a oa c'hoazh e Gilgal, hag an holl bobl a yae war e lerc'h a oa o krenań.

8  Hag e c'hortozas seizh deiz, hervez an amzer merket gant Samuel. Met Samuel ne zeue ket da C'hilgal, hag ar bobl a bellae dioutań.

9  Saül a lavaras: Degasit din ul loskaberzh hag aberzhoł a drugarekadennoł. Hag e kinnigas al loskaberzh.

10  Adalek m'en doe echuet da ginnig al loskaberzh, setu ec'h erruas Samuel. Saül a yeas war-arbenn dezhań evit e saludiń.

11  Samuel a lavaras: Petra ac'h eus graet? Saül a respontas: Pa em eus gwelet e pellae ar bobl diouzhin, ha ne zeues ket d'an deiz merket, hag e oa en em zastumet ar Filistined e Mikmash,

12  em eus lavaret: Ar Filistined a ziskenno bremań a-enep din e Gilgal, ha ne'm eus ket pedet an AOTROU. Ha goude bezań en em zalc'het, em eus kinniget al loskaberzh.

13  Neuze Samuel a lavaras da Saül: Graet ec'h eus follentez, ne'c'h eus ket miret ar gourc'hemenn en deus roet dit an AOTROU da Zoue. Rak an AOTROU en dije bremań startaet da ren war Israel da viken.

14  Met bremań da ren ne vo ket padus. An AOTROU en deus klasket dezhań un den hervez e galon, hag an AOTROU en deus e c'halvet da vezań rener war e bobl, dre ma ne'c'h eus ket miret ar pezh en doa an AOTROU gourc'hemennet dit.

15  Ha Samuel a savas hag a bignas eus Gilgal da C'hibea-Benjamin. Saül a niveras ar bobl en em gave gantań, hag a oa war-dro c'hwec'h kant den.

16  Saül, e vab Jonatan, hag ar bobl en em gave ganto, en em zalc'he e Gibea-Benjamin, hag a Filistined a oa o kampiń e Mikmash.

17  Hag e teuas tri bagad er-maez eus kamp ar Filistined evit ober distruj. Ur bagad a yeas dre hent Ofra, war-zu Shual.

18  Ur bagad all a yeas dre hent Bet-Horon, hag an trede bagad a yeas dre hent an harz a zo dirak traonienn Zeboim, war-zu ar gouelec'h.

19  Ne oa gov ebet en holl vro Israel, rak ar Filistined o doa lavaret: Ret eo herzel ouzh an Hebreed d'ober klezeier pe goafioł.

20  Holl Israel a ziskenne da gavout ar Filistined, pep hini evit lemmań e soc'h, e bigell, e vouc'hal pe e bal,

21  ha pa oa togn ar bal, ar bigell, an tridant, pe ar vouc'hal, ha zoken evit dresań ar broudoł.

22  Hag e c'hoarvezas, da zevezh an emgann, ma ne voe kavet na kleze na goaf e daouarn an holl bobl a oa gant Saül ha Jonatan. Kavet e voe hepken gant Saül ha Jonatan.

23  Ha gwarded eus ar Filistined a zeuas er-maez betek ode Mikmash.

 

Pennad 14

1  Un deiz, Jonatan mab Saül a lavaras d'an den yaouank a zouge e armoł: Deus ha tremenomp war-zu gwarded ar Filistined a zo en tu all. Met ne lavaras ket-se d'e dad.

2  Saül en em zalc'he er penn all eus Gibea dindan ar c'hreunavalenn a oa e Migron, hag ur bobl en em gave gantań, war-dro c'hwec'h kant den anezho.

3  Akija mab Akitub, breur Ikabod mab Fineaz, mab Eli, aberzhour an AOTROU e Silo, a zouge an efod. Ar bobl ne ouie ket e oa aet kuit Jonatan.

4  Etre an odeoł a glaske Jonatan mont drezo betek gwarded ar Filistined, e oa un dant roc'h en un tu hag un dant roc'h all en tu all. Unan a voe anvet Bozez (= lugernus), hag egile Sene (= spernek).

5  Unan eus an dent-se a oa ouzh an hanternoz dirak Mikmash, hag egile ouzh ar c'hreisteiz dirak Geba.

6  Jonatan a lavaras d'an den yaouank a zouge e armoł: Deus, tremenomp betek gwarded an diamdroc'hidi-se, marteze e labouro an AOTROU evidomp, rak netra ne harzo an AOTROU da zieubiń gant kalz pe gant nebeut a dud.

7  An hini a zouge e armoł a lavaras dezhań: Gra kement a zo ez kalon, kae, me a yelo ganit hervez da galon.

8  Jonatan a lavaras dezhań: Setu, tremenomp etrezek an dud-se, hag en em ziskouezimp dezho.

9  Mar lavaront deomp: Gortozit betek ma vimp aet d'ho kavout! neuze ec'h arsavimp, ha ned aimp ket etrezek enno.

10  Met mar lavaront deomp: Deuit d'hor c'havout! neuze ez aimp, rak an AOTROU en devo o lakaet etre hon daouarn. Un arouez a vo kement-se deomp.

11  En em ziskouez a rejont eta o-daou da warded ar Filistined, hag ar Filistined a lavaras: Setu an Hebreed a zeu er-maez eus an toulloł ma oant kuzhet enno.

12  Hag ar warded a grias da Jonatan ha d'an hini a zouge e armoł o lavarout: Pignit d'hor c'havout, hag e tiskouezimp deoc'h un dra bennak. Jonatan a lavaras d'an hini a zouge e armoł: Pign war va lerc'h, rak an AOTROU en deus o lakaet etre daouarn Israel.

13  Jonatan a bignas oc'h en em sikour gant e zaouarn hag e dreid, an hini a zouge e armoł war e lerc'h. Ar Filistined a gouezhjont dirak Jonatan, hag an hini a zouge e armoł o lazhas war e lerc'h.

14  Er c'hentań taol-se a reas Jonatan hag an hini a zouge e armoł, e voe skoet war-dro ugent den, war un hanter devezh-arat.

15  Hag e voe ur spont bras er c'hamp, er vro, hag e-touez an holl bobl. Ar gwarded hag ar re a oa aet d'ober distruj a voe spouronet ivez, hag ar vro a grenas. Bez' e voe evel ur spont degaset gant Doue.

16  Gedourien Saül e Gibea-Benjamin a sellas, ha setu, an engroez a dec'he hag a yae a-stlabez.

17  Neuze Saül a lavaras d'ar bobl a oa gantań: Niverit bremań evit gwelout piv a zo aet kuit diganeomp. Niveriń a rejont ha setu, Jonatan ne oa ket eno, nag an hini a zouge e armoł.

18  Saül a lavaras da Akija: Tosta arc'h Doue, rak arc'h Doue a oa en deiz-se gant mibien Israel.

19  Hag e-pad ma komze Saül ouzh an aberzhour, ar mesk a oa e kamp ar Filistined a yae war-gresk muioc'h-muiań, ha Saül a lavaras d'an aberzhour: Tenn da zorn!

20  Saül hag an holl bobl a oa gantań a voe dastumet, hag ez ejont betek lec'h an emgann, ha setu, ar Filistined o doa tennet ar c'hleze an eil a-enep egile, en ur spontadeg bras-meurbet.

21  Ar Filistined o doa en o zouez, evel diagent, Hebreed hag a oa pignet eus tro-war-dro d'ar c'hamp, hag int en em unanas d'an Israeliz a oa gant Saül ha Jonatan.

22  An holl Israeliz hag a oa kuzhet war venez Efraim, o klevout e tec'he ar Filistined, a grogas da redek ivez war o lerc'h evit o c'hannań.

23  En deiz-se an AOTROU a zieubas Israel, hag an emgann en em astennas betek Bet-Aven.

24  An Israeliz a voe skuizhet en deiz-se. Saül en doa lakaet ar bobl d'ober al le-mań, o lavarout: Milliget eo an den a gemero boued a-raok an abardaez, ken na vin en em veńjet eus va enebourien! Hag an holl bobl ne dańvaas boued ebet.

25  Holl bobl ar vro a zeuas en ur goadeg, en ul lec'h ma oa mel war-c'horre an douar.

26  Ar bobl a yeas eta er goadeg, hag e weljont ar mel a zevere, met den ne gasas e zorn d'e c'henoł, rak ar bobl a zouje d'al le.

27  Jonatan n'en doa ket klevet p'en doa e dad lakaet ar bobl da douiń. Hag ec'h astennas penn e vazh en doa en e zorn, en soubas en un direnn vel, hag e kasas e zorn d'e c'henoł; hag e zaoulagad a voe sklaeraet.

28  Neuze unan bennak eus ar bobl a gomzas o lavarout: Da dad en deus lakaet an dud da douiń start, o lavarout: Milliget eo an den a gemero boued hiziv! Hogen ar bobl a oa skuizh.

29  Jonatan a lavaras: Va zad en deus trubuilhet ar vro. Gwelit eta penaos eo sklaeraet va daoulagad, dre ma em eus tańvaet un tamm mel-mań.

30  A-dra-sur, m'he dije debret hiziv ar bobl eus preizh hec'h enebourien he deus kavet, pegen brasoc'h e vije bet diskar ar Filistined?

31  Kannań a rejont en deiz-se ar Filistined adalek Mikmash betek Ajalon, hag ar bobl a voe gwall skuizh.

32  Hag ar bobl en em daolas war ar preizh, hag e kemerjont deńved, ejened, leueoł, hag o lazhjont war an douar. Hag ar bobl o debras gant ar gwad.

33  Hag e voe degemennet da Saül o lavarout: Setu, emań ar bobl o pec'hiń a-enep an AOTROU, o tebriń gant gwad. Hag e lavaras: Pec'het hoc'h eus, ruilhit betek ennon raktal ur maen bras.

34  Ha Saül a lavaras: Kit dre holl e-touez ar bobl, ha lavarit dezho ma tegaso pep hini din e ejen, ha pep hini e zańvad, hag o lazhint amań. Hag e tebrot anezho, ha ne bec'hot ket a-enep an AOTROU o tebriń gant gwad. Pep hini eus ar bobl a gasas e ejen war-hed dorn e-pad an noz, hag o lazhjont eno.

35  Saül a savas d'an AOTROU un aoter, a voe an aoter gentań a savas d'an AOTROU.

36  Saül a lavaras: Diskennomp war-lerc'h ar Filistined e-pad an noz, hag o diwiskimp betek sklźrijenn ar beure, ha ne lezimp ket unan da venel. Hag e lavarjont: Gra kement a gavi mat. Met an aberzhour a lavaras: Tostaomp amań ouzh Doue.

37  Saül a c'houlennas kuzul digant Doue: Hag e tiskennin war-lerc'h ar Filistined? O lakaat a ri etre daouarn Israel? Met ne respontas ket dezhań en deiz-se.

38  Saül a lavaras: Tostait amań, c'hwi holl brińsed ar bobl, hag anavezit ha gwelit penaos eo bet graet ar pec'hed-se hiziv,

39  rak an AOTROU a zo bev, eń hag a zieub Israel; pa vefe graet kement-se gant va mab Jonatan zoken, a-dra-sur e varvo! Eus an holl bobl, den ne respontas dezhań.

40  Neuze e lavaras da holl Israel: En em lakait ouzh un tu, ha me gant Jonatan va mab a vo ouzh egile. Ar bobl a respontas da Saül: Gra ar pezh a gavi mat.

41  Saül a lavaras d'an AOTROU Doue Israel: Ro da anavezout ar wirionez. Jonatan ha Saül a voe merket, hag ar bobl a dec'has.

42  Ha Saül a lavaras: Tennit etrezon-me ha Jonatan va mab. Ha Jonatan a voe merket.

43  Neuze Saül a lavaras da Jonatan: Disklźr din ar pezh ac'h eus graet. Jonatan a zisklźrias dezhań o lavarout:Tańvaet em eus, gant penn ar vazh a oa ganin, un tamm mel. Setu-me amań, mervel a rin.

44  Saül a lavaras: Ra raio Doue din hervez an diwezhań rustoni ma ne varvez ket, Jonatan.

45  Met ar bobl a lavaras da Saül: Hag e varvfe Jonatan, eń hag en deus roet un dieubidigezh ken bras da Israel? Ne c'hell ket bezań! An AOTROU a zo bev! Ne gouezho d'an douar blevenn ebet eus e benn, rak gant Doue eo en deus graet-se hiziv. Ar bobl a zieubas Jonatan ha ne varvas ket.

46  Saül a zistroas eus redek war-lerc'h ar Filistined, hag ar Filistined a yeas d'o lec'h.

47  Saül a renas eta war Israel, hag e reas brezel a bep tu a-enep e enebourien, a-enep Moab, a-enep mibien Ammon, a-enep Edom, a-enep rouaned Zoba, a-enep ar Filistined. Ha dre-holl ma'z ae, e kase ar spouron.

48  Dastum a reas nerzh, hag e pilas Amalek, hag e tieubas Israel eus dorn ar re en gwaske.

49  Mibien Saül a oa Jonatan, Jishvi ha Malkishua. Anvioł e ziv verc'h a oa ar re-mań: Merab anv an henań, Mikal anv ar yaouankań.

50  Anv gwreg Saül a oa Akinoam merc'h Akimaaz. Anv penn e arme a oa Abner mab Ner, eontr Saül.

51  Kish tad Saül ha Ner tad Abner a oa mibien Abiel.

52  E-pad holl amzer Saül, e voe brezelioł garv a-enep ar Filistined. Pa wele Saül ur brezelour kalonek, en kemere en e gichen.

 

Pennad 15

1  Samuel a lavaras da Saül: An AOTROU en deus va c'haset da oleviń ac'hanout evel roue war e bobl, war Israel. Bremań eta selaou mouezh komzoł an AOTROU.

2  Evel-henn e komz AOTROU an armeoł: Degaset em eus da sońj din ar pezh en deus graet Amalek da Israel, penaos e harzas anezhań war an hent pa bigne eus an Ejipt.

3  Kae bremań, sko war Amalek, ha laka da verz ar pezh en deus, n'espern ket anezhań, met laka d'ar marv ar wazed hag ar maouezed, ar vugale hag ar re a zen, an ejened hag an deńved, ar c'hańvaled hag an ezen.

4  Saül a zastumas ar bobl, hag o niveras e Telaim: daou c'hant mil den war droad, ha dek mil den eus Juda.

5  Saül a zeuas betek kźr Amalek, hag e lakaas tud e spi en draonienn.

6  Saül a lavaras d'ar g-Kenianed: It, en em dennit, diskennit a-greiz an Amalekited, gant aon n'ho tistrujfen ganto. Rak trugarezus oc'h bet e-keńver holl vibien Israel pa bignent eus an Ejipt. Hag ar Genianed en em dennas a-greiz an Amalekited.

7  Saül a skoas war Amalek, adalek Havila betek Shur, a zo dirak an Ejipt.

8  Hag e tapas ez-vev Agag roue Amalek, met e lakaas da verz an holl bobl gant barvenn ar c'hleze.

9  Met Saül hag ar bobl a espernas Agag hag ar re wellań eus an deńved, eus an ejened, eus al loened lart, eus an oaned, ha kement a oa mat, ne fellas ket dezho o lakaat da verz. Ha nemet ar pezh a oa disprizus ha dister a voe lakaet da verz.

10  Komz an AOTROU a voe disklźriet da Samuel o lavarout:

11  Keuz am eus da vezań lakaet Saül da roue, rak va dilezet en deus, ha n'en deus ket miret va c'homzoł. Samuel a voe glac'haret bras a gement-se, hag e krias d'an AOTROU e-pad an noz.

12  Samuel a savas mintin mat evit mont da gavout Saül. Hag e voe danevellet da Samuel o lavarout: Deuet eo Saül da Garmel, ha setu, savet en deus eno ur maen-eńvor, ha goude eo distroet, hag o tremen e-biou eo diskennet da Gilgal.

13  Pa zeuas Samuel da gavout Saül, Saül a lavaras dezhań: Ra vi benniget gant an AOTROU! Graet em eus hervez komz an AOTROU.

14  Samuel a lavaras: Petra eo eta ar vegeliadeg deńved ouzh va divskouarn, hag ar vuselladeg ejened a glevan?

15  Ha Saül a lavaras: Degaset o deus anezho digant an Amalekited, rak ar bobl he deus espernet ar re wellań eus an deńved hag eus an ejened, evit o aberzhiń d'an AOTROU da Zoue, hag an nemorant hon eus lakaet da verz.

16  Samuel a lavaras da Saül: Paouez! Hag e tisklźrin dit ar pezh en deus lavaret an AOTROU din en noz-mań. Hag e lavaras dezhań: Komz!

17  Samuel a lavaras: Pa oas izel ouzh da zaoulagad, ha n'out ket deuet da benn war veuriadoł Israel, ha n'en deus ket da olevet an AOTROU da roue war Israel?

18  An AOTROU en doa da gaset en hent en ur lavarout: Kae ha laka da verz ar bec'herien-se, an Amalekited, gra brezel dezho betek ma ez po distrujet anezho.

19  Perak ne'c'h eus ket sentet ouzh mouezh an AOTROU? Perak ez out en em daolet war ar preizh, hag ec'h eus graet ar pezh a zisplij d'an AOTROU?

20  Saül a lavaras da Samuel: Sentet em eus ouzh mouezh an AOTROU, hag ez on aet dre an hent m'en deus va c'haset an AOTROU warnań, degaset em eus Agag roue Amalek, hag em eus lakaet da verz an Amalekited.

21  Met ar bobl he deus kemeret diwar ar preizh deńved hag ejened, evel ar gwellań eus ar pezh lakaet da verz, evit aberzhiń d'an AOTROU da Zoue e Gilgal.

22  Neuze Samuel a lavaras: An AOTROU, ha kavout a ra plijadur el loskaberzhoł hag en aberzhoł, evel er sentidigezh ouzh mouezh an AOTROU? Setu, ar sentidigezh a zo gwelloc'h eget an aberzh, selaou outań a zo gwelloc'h eget lard an tourzed.

23  An disentidigezh a zo evel pec'hed an divinerezh, an aheurterezh a zo evel an direizhder hag an idolerezh. Dre ma ec'h eus taolet kuit komz an AOTROU, eń ivez en deus da daolet kuit evel roue.

24  Saül a lavaras da Samuel: Pec'het em eus, rak ne'm eus ket sentet ouzh gourc'hemenn an AOTROU hag ouzh da gomzoł, aon am boa rak ar bobl, hag em eus sentet ouzh o mouezh.

25  Met bremań, mar plij, pardon va fec'hed ha distro ganin, hag e stouin dirak an AOTROU.

26  Samuel a lavaras da Saül: Ne zistroin ket ganit, rak taolet ec'h eus kuit komz an AOTROU hag an AOTROU en deus da daolet kuit evel roue war Israel.

27  Evel ma tistroe Samuel evit mont kuit, Saül a grogas e pastell e vantell, a fregas.

28  Samuel a lavaras dezhań: An AOTROU en deus freget hiziv rouantelezh Israel diwarnout, hag en deus he roet da'z nesań, a zo gwelloc'h egedout.

29  An hini hag a zo nerzh Israel ne c'haouiado ket ha n'en devo ket keuz, rak n'eo ket un den evit kaout keuz.

30  Saül a lavaras: Pec'het em eus, met bremań mar plij, ro enor din dirak henaourien va fobl ha dirak Israel; distro ganin, hag e stouin dirak an AOTROU da Zoue.

31  Samuel a zistroas war-lerc'h Saül, ha Saül a stouas dirak an AOTROU.

32  Ha Samuel a lavaras: Degasit din Agag roue Amalek. Hag Agag a zeuas davetań o kaout doare da vezań laouen, dre ma lavare: A-dra-sur c'hwervoni ar marv a zo aet kuit.

33  Samuel a lavaras: Evel m'en deus da gleze dirannet gwragez eus o bugale, evel-se da vamm, e-touez ar gwragez, a vo dirannet eus ur mab. Ha Samuel a lakaas Agag a-dammoł dirak an AOTROU e Gilgal.

34  Ha Samuel a yeas da Rama, ha Saül a bignas d'e di e Gibea-Saül.

35  Samuel ned eas ken da welout Saül betek deiz e varv, rak Samuel a reas kańv da Saül. Hag an AOTROU en doa keuz da vezań lakaet Saül roue war Israel.

 

Pennad 16

1  An AOTROU a lavaras da Samuel: Betek pegeit e ri kańv da Saül, pa em eus e daolet kuit evel roue war Israel? Leugn da gorn gant eoul ha kae. Me a gaso ac'hanout da gavout Jese eus Betlehem, rak gwelet em eus unan e vibien evel roue evidon.

2  Samuel a lavaras: Penaos ez in? Saül a glevo, hag am lazho. An AOTROU a lavaras: Kemer a ri ganit un annoar, hag e lavari: Deuet on da aberzhiń d'an AOTROU.

3  Hag e pedi Jese d'an aberzh, hag e roin dit da anavezout ar pezh az po d'ober, hag ec'h olevi evidon an hini a lavarin dit.

4  Samuel a reas evel m'en doa lavaret an AOTROU, hag e teuas da Vetlehem. Henaourien kźr a zeredas spouronet dirazań en ur lavarout: Hag e teuez evit hor mad?

5  Hag e respontas: Evit ho mad. Deuet on da aberzhiń d'an AOTROU. En em santelait, ha deuit ganin d'an aberzh. Hag e reas da Jese ha d'e vibien en em santelaat, hag o fedas d'an aberzh.

6  Hag evel ma'z aent, e welas Eliab, hag e lavaras ennań e-unan: A-dra-sur olevad an AOTROU a zo dirazań.

7  Met an AOTROU a lavaras da Samuel: Na laka ket evezh ouzh e zremm nag ouzh uhelder e vent, rak taolet em eus kuit anezhań. An AOTROU ne wel ket evel ma wel an den. An den a sell ouzh diavaez an dud, met an AOTROU a sell ouzh ar galon.

8  Jese a c'halvas Abinadab, a lakaas da dremen dirak Samuel, a lavaras: An AOTROU n'en deus ket e zibabet.

9  Jese a lakaas Shamma da dremen, hag e lavaras: An AOTROU n'en deus ket e zibabet.

10  Jese a lakaas e seizh mab da dremen dirak Samuel, ha Samuel a lavaras da Jese: An AOTROU n'en deus ket o dibabet.

11  Ha Samuel a lavaras da Jese: Ar re-se eo da holl vibien? Hag e respontas: Menel a ra c'hoazh ar yaouankań, met emań o vźsa an deńved. Samuel a lavaras da Jese: Kas d'e gerc'hat, ned aimp ket ouzh taol ken na vo erru amań.

12  Kas a reas eta d'e gerc'hat. Melegan e oa, gant daoulagad kaer hag un dremm vrav. An AOTROU a lavaras da Samuel: Sav hag olev-eń, rak eń eo.

13  Neuze Samuel a gemeras ar c'horn eoul hag a olevas anezhań e-touez e vreudeur. Hag adalek an deiz-se e krogas Spered an AOTROU en David. Ha Samuel a savas hag a yeas da Rama.

14  Spered an AOTROU en em dennas eus Saül, hag ur spered fall a-berzh an AOTROU a drubuilhas anezhań.

15  Servijerien Saül a lavaras dezhań: Setu, ur spered fall a-berzh Doue a drubuilh ac'hanout.

16  Ra gomzo an aotrou; da servijerien, a zo dirazout, a glasko un den a ouezo c'hoari gant an delenn. Pa zeuio warnout ar spered fall a-berzh Doue, e c'hoario gant e zorn, hag e vi diboaniet.

17  Saül a lavaras d'e servijerien: Kavit din eta un den a oar c'hoari mat, ha degasit-eń din.

18  Unan eus e servijerien a respontas o lavarout: Setu, gwelet em eus ur mab da Jese eus Betlehem, hag a oar c'hoari; un den kalonek ha nerzhus, ur brezelour eo, a gomz mat, un den kaer, hag an AOTROU a zo gantań.

19  Saül a gasas kannaded da Jese, da lavarout: Kas din David da vab hag a zo gant an deńved.

20  Jese a gemeras un azen, a sammas gant bara, ul lestrad gwin, ur menn-gavr laezh, hag o c'hasas da Saül, dre Zavid e vab.

21  David a zeuas da gavout Saül, hag en em zalc'has dirazań. Ha Saül a garas anezhań, hag e teuas an hini a zoug e armoł.

22  Saül a gasas da lavarout da Jese: Da bediń a ran, ma chomo David em servij, rak kavet en deus trugarez dirak va daoulagad.

23  Pa veze war Saül ar spered fall a-berzh Doue, David a gemere an delenn, hag e c'hoarie warni gant e zorn, ha Saül a veze diboaniet hag aesaet, rak ar spered fall en em denne dioutań.

 

Pennad 17

1  Ar Filistined a zastumas o armeoł evit ar brezel, hag en em zastumjont e Soko, a zo e Juda, hag e kampjont etre Soko hag Azeka en Efes-Dammim.

2  Saül ivez ha tud Israel en em zastumas hag a gampas e traonienn an dervenn; hag en em renkjont evit ar brezel a-enep ar Filistined.

3  Ar Filistined a oa war ur menez eus un tu, an Israeliz a oa war ur menez eus an tu all, hag edo an draonienn etrezo.

4  Neuze e teuas er-maez eus kamp ar Filistined un den en em ziskouezas etre an daou lu hag a oa anvet Goliad; eus Gad e oa. E uhelder a oa c'hwec'h ilinad hag ur palvad (~ 3,10 m).

5  Un tokarn arem a oa war e benn, hag e oa gwisket gant un hobregon skantek. Pouez an hobregon-se a oa pemp mil sikl arem (~ 50 kg).

6  Morzhedennoł arem en doa war e zivhar, hag ur speg arem war e zivskoaz.

7  Koad e c'hoaf a oa evel ur granenn eus ur stern-gwiader, ha beg e c'hoaf a boueze c'hwec'h kant sikl houarn (~ 6 kg). An hini a zouge e skoed a gerzhe dirazań.

8  En em zerc'hel a reas eta, hag e krias da vagadoł renket Israel o lavarout: Perak e teufec'h er-maez, renket evit an emgann? Ha n'on ket ur Filistin, ha c'hwi servijerien Saül? Dibabit eta un den, ha ra ziskenno a-enep din.

9  Mar gell en em gannań ganin ha va lazhań, neuze e vimp dindanoc'h, met mard on trec'h warnań hag e lazhan, c'hwi a vo didanomp hag e servijot ac'hanomp.

10  Ar Filistin a lavaras: Dismegańset em eus hiziv bagadoł renket Israel! Roit din un den, hag en em gannimp etrezomp.

11  Saül hag an holl Israeliz a glevas komzoł ar Filistin, hag e voent spouronet hag o doe un aon bras.

12  Hogen bez' e oa David, mab un Efratiad eus Betlehem Juda anvet Jese, hag en doa eizh mab. An den-se, en amzer Saül, a oa kozh, war an oad e-touez an dud.

13  Tri mab brasań Jese a oa aet hag o doa heuliet Saül er brezel. Anvioł e dri mab aet d'ar brezel a oa: ar c'hentań-ganet Eliab, an eil Abinadab, an trede Shamma.

14  David a oa an hini yaouankań, an tri c'hoshań a oa aet war-lerc'h Saül.

15  David a yae hag a zistroe digant Saül da vźsa deńved e dad e Betlehem.

16  Ar Filistin a dostae diouzh ar mintin ha d'abardaez, hag en em ziskouezas daou-ugent devezh.

17  Jese a lavaras da Zavid e vab: Kemer evit da vreudeur un efa (~ 22 l) gwinizh rostet-mań hag an dek baraenn-mań, hag o c'has d'ar c'hamp da'z preudeur.

18  Kas a ri ivez an dek fourmaj-mań da benn o milier, hag e weli da vreudeur evit gouzout hag ez int yac'h, hag e tegasi keloł din.

19  Saül hag int hag holl dud Israel a oa e traonienn an dervenn, oc'h ober brezel a-enep ar Filistined.

20  David a savas eta mintin mat, a lezas an deńved gant ur mźsaer, a gemeras e samm, hag a yeas evel m'en doa gourc'hemennet dezhań Jese. Erruout a reas er c'hamp, an arme a yae hag en em renke evit an emgann, hag e laoskjont youc'hoł brezel.

21  Israel hag ar Filistined o doa renket arme a-enep arme.

22  David en em zisammas diouzh e vec'h, a lezas etre daouarn an hini a ziwalle ar pakadoł, hag e redas etrezek renkoł an arme. Dont a reas hag e c'houlennas digant e vreudeur hag e oant yac'h.

23  Evel ma komze ganto, setu, an den anvet Goliad, ar Filistin eus Gad, en em lakaas etre an daou lu, en ur bignat er-maez eus renkoł ar Filistined. Hag e lavaras an hevelep komzoł, ha David a glevas anezho.

24  Hag holl dud Israel, pa welent an den-se, a dec'he dirazań hag o doe ur spont bras.

25  Ha tud Israel a lavare: Ha gwelet hoc'h eus an den-se a bign aze? Evit dismegańsiń Israel eo pignet. Met mar lazh unan bennak anezhań, ar roue en kargo a vadoł, reiń a raio dezhań e verc'h, ha frankizet a dailhoł e vo ti e dad en Israel.

26  David a gomzas gant an dud a oa gantań hag a lavaras: Petra vo graet d'an den a lazho ar Filistin-se hag a lamo an dismegańs diwar Israel? Rak piv eo ar Filistin-se, an diamdroc'h-se, evit dismegańsiń armeoł an Doue bev?

27  Hag ar bobl a adlavaras dezhań an hevelep komzoł o lavarout: Kement-se a vo graet d'an den en devo e lazhet.

28  Ha pa glevas Eliab e vreur henań e komze d'an dud-se, kounnar Eliab a entanas a-enep David, hag e lavaras: Perak ez out diskennet? Gant piv ec'h eus lezet an nebeud deńved-se er gouelec'h? Anavezout a ran da lorc'h ha drougiezh da galon. Diskennet out evit gwelout an emgann.

29  David a respontas: Petra am eus graet bremań? Komzet em eus, ha setu tout.

30  Hag e lezas anezhań hag ez eas da gavout unan all, evit lavarout an hevelep traoł. Hag ar bobl a respontas dezhań evel ar wech kentań.

31  Ar c'homzoł a lavare David a voe klevet. Kontet e voent da Saül, hag e lakaas anezhań da zont.

32  David a lavaras da Saül: Ra ne gollo den kalon en abeg d'an den-se. Da servijer a yelo hag en em ganno gant ar Filistin-se.

33  Met Saül a lavaras da Zavid: Ne c'hellez ket mont a-enep ar Filistin-se evit en em gannań gantań, n'out nemet un den yaouank, hag eń eo un den a vrezel abaoe e yaouankiz.

34  David a lavaras da Saül: Pa vźsae da servijer deńved e dad, e teue ul leon pe un arzh a gemere un dańvad eus an tropell.

35  Hag ez aen war e lerc'h, e skoen warnań, hag e tennen an dańvad eus e c'henoł. Ha pa save em enep, e krogen en e javed, e skoen warnań hag e lazhen anezhań.

36  Da servijer en deus lazhet hag al leon hag an arzh, hag ar Filistin-se, an diamdroc'h-se, a vo evel unan anezho, rak dismegańset en deus armeoł an Doue bev.

37  David a lavaras c'hoazh: An AOTROU hag en deus va dieubet eus pav al leon hag eus pav an arzh, am dieubo eus dorn ar Filistin-se. Neuze Saül a lavaras da Zavid: Kae, ha ra vo an AOTROU ganit.

38  Saül a wiskas David gant e zilhad, un tokarn arem a lakaas war e benn, hag un hobregon a wiskas anezhań.

39  Goude David a c'hourizas e gleze war e zilhad, hag en em lakaas da gerzhout, rak n'en doa ket esaeet. David a lavaras da Saül: Ne c'hellan ket kerzhout, rak n'on ket boas. Ha David o lamas diwarnań.

40  Kemer a reas e vazh en e zorn, hag e tibabas er froud pemp maen kompez, hag o lakaas en e sac'h-mźsaer hag en e c'hodell. Hag, e vatalm en e zorn, e tostaas ouzh ar Filistin.

41  Ar Filistin a zeuas ivez, hag a dostaas ouzh David. An den a zouge e skoed a gerzhe dirazań.

42  Ar Filistin a sellas hag a welas David, hag e tisprizas anezhań, dre ma oa un den yaouank melegan gant un dremm vrav.

43  Ar Filistin a lavaras da Zavid: Hag ez on ur c'hi, ma teuez da'm c'havout gant bizhier? Hag ar Filistin a villigas David dre e zoueoł.

44  Ar Filistin a lavaras c'hoazh da Zavid: Deus da'm c'havout, hag e roin da gig da laboused an neńv ha da loened ar parkeier.

45  David a lavaras d'ar Filistin: Dont a rez a-enep din gant ar c'hleze, ar goaf hag ar skoed, met me a zeu a-enep dit en anv AOTROU an armeoł, Doue armeoł Israel, ac'h eus dismegańset.

46  Hiziv an AOTROU a lakaio ac'hanout etre va daouarn, da lazhań a rin, da benn a lamin diwarnout, korfoł marv kamp ar Filistined a roin hiziv da laboused an neńv ha da loened ar parkeier, hag an douar holl a ouezo ez eus un Doue en Israel.

47  Hag an holl engroez-mań a ouezo na zieub ket an AOTROU dre ar c'hleze ha dre ar goaf, rak an emgann a zo d'an AOTROU, hag ho lakaat a raio etre hon daouarn.

48  Evel ma savas ar Filistin, ha ma teuas ha tostaas ouzh David, David a hastas hag a redas etrezek linenn an emgann a-ziarbenn d'ar Filistin.

49  Neuze David a lakaas e zorn en e sac'h, a gemeras ur maen dioutań, e daolas gant e vatalm, hag a skoas gant ar Filistin en e dal, hag ar maen a yeas don en e dal. Hag e kouezhas war e zremm d'an douar.

50  Evel-se David, gant ur vatalm hag ur maen, a voe kreńvoc'h eget ar Filistin, hag e skoas gant ar Filistin, hag en lakaas d'ar marv. David n'en doa kleze ebet en e zorn.

51  David a redas, en em daolas war ar Filistin, a gemeras e gleze a dennas eus e c'houin, en lazhas, hag a droc'has dezhań e benn. Pa welas ar Filistined e oa marv o den kreńv, e tec'hjont.

52  Tud Israel ha Juda a savas, a laoskas kriadennoł a levenez, hag a redas war-lerc'h ar Filistined betek digor an draonienn ha betek dorioł Ekron. Hag ar Filistined gloazet d'ar marv a gouezhas war hent Shaaraim betek Gad ha betek Ekron.

53  Mibien Israel a zistroas eus redek war-lerc'h ar Filistined, hag e preizhataas o c'hamp.

54  David a gemeras penn ar Filistined hag e gasas da Jeruzalem, hag e lakaas e armoł en e deltenn.

55  Pa welas Saül David o vont a-ziarbenn d'ar Filistin, e lavaras da Abner penn e arme: Abner, da biv eo mab an den yaouank-se? Hag Abner a respontas: Ken gwir ha ma vev da ene, o roue, n'ouzon ket.

56  Ar roue a lavaras: Goulenn eus piv eo mab ar paotr-se.

57  Pa zistroas David eus lazhań ar Filistin, Abner en kemeras hag en kasas da Saül, gant penn ar Filistin en e zorn.

58  Saül a lavaras: Den yaouank, da biv out mab? David a respontas: Me a zo mab da'z servijer Jese eus Betlehem.

 

Pennad 18

1  P'en doe echuet David da gomz ouzh Saül, ene Jonatan a voe ereet da ene David, ha Jonatan en karas evel e ene.

2  En deiz-se Saül en kemeras, ha n'en lezas ken da zistreiń da di e dad.

3  Neuze Jonatan a reas emglev gant David, dre ma kare anezhań evel e ene.

4  Jonatan a ziwiskas ar vantell a oa warnań, hag e roas anezhi da Zavid, gant e harnez, betek e gleze, e wareg hag e c'houriz.

5  Ha David a yae er-maez hag a rae berzh dre an holl lec'hioł ma kase Saül anezhań. Saül en lakaas da benn war an dud a vrezel, hag e plije d'an holl dud, zoken da servijerien Saül.

6  Hag evel ma teuent, pa zistroe David eus an trec'h war ar Filistin, e teuas er-maez maouezed eus holl gźrioł Israel o kanań hag o tańsal a-raok ar roue Saül, hag oc'h en em laouenaat gant taboulinoł ha gant binvioł.

7  Ar maouezed a c'hoarie hag a responte an eil d'eben o lavarout: Saül en deus skoet war e vil, ha David war e zek mil.

8  Saül a voe gwall fuloret, ar gomz-se a zisplijas dezhań, hag e lavaras: Roet o deus dek mil da Zavid, ha din-me mil. Ne vank ken dezhań nemet ar rouantelezh.

9  Adalek an deiz-se Saül a sellas a-dreuz ouzh David.

10  Hag an deiz war-lerc'h, ar spered fall a-berzh Doue a grogas e Saül, hag e tiouganas e-kreiz e di. Ha David a c'hoarie gant e zorn war an delenn evel en deizioł all, ha Saül a oa gantań ur goaf en e zorn.

11  Saül a stlapas e c'hoaf o lavarout ennań e-unan: Skeiń a rin David ouzh ar voger. Met David en em zistroas dioutań div wech.

12  Saül en doa aon dirak David, dre ma oa an AOTROU gantań, ha ma oa aet kuit digant Saül.

13  Setu perak Saül a bellaas anezhań dioutań hag en lakaas da ofiser a vilier. Hag ez ae hag e teue e penn ar bobl.

14  David a rae berzh e kement a embrege, rak an AOTROU a oa gantań.

15  Saül, o welout e rae berzh, en doa aon razań.

16  Met holl Israel ha Juda a gare David, dre ma'z ae ha ma teue en o fenn.

17  Saül a lavaras da Zavid: Setu e roin dit Merab va merc'h henań da wreg. Bez din hepken ur paotr kalonek, ha ra brezelioł an AOTROU. Rak Saül a lavare: Ra ne vo ket va dorn warnań, met ra vo dorn ar Filistined warnań.

18  David a respontas da Saül: Piv on, ha petra eo va buhez ha tiegezh va zad en Israel, evit ma vefen mab-kaer ar roue?

19  Hag er mare ma tleed reiń Merab merc'h Saül da Zavid, e voe roet da Adriel eus Mehola da wreg.

20  Met Mikal merc'h Saül a garas David. Lavaret e voe da Saül, hag an dra a blijas dezhań.

21  Saül a lavaras: He reiń a rin dezhań, evit ma vo evitań ur pech ha ma vo dorn ar Filistined warnań. Saül a lavaras eta da Zavid evit an eil gwech: Va mab-kaer e vi hiziv.

22  Saül a roas an urzh-mań d'e servijerien: Komzit ouzh David e kuzh, ha lavarit: Setu, ar roue a zo tuet mat ez keńver, hag e holl servijerien az kar, bez eta bremań mab-kaer d'ar roue.

23  Servijerien Saül a adlavaras an holl gomzoł-se da Zavid. David a lavaras: Hag aes eo dirak ho taoulagad bezań mab-kaer d'ar roue? Me a zo un den paour ha dister.

24  Servijerien Saül a lavaras dezhań: David en deus komzet evel-henn.

25  Saül a lavaras: Evel-henn e komzot ouzh David: Ar roue ne c'houlenn ket a argouroł nemet kant pod-mezenn Filistined, evit ma vo veńjet ar roue eus e enebourien. Saül en doa c'hoant da lakaat David da gouezhań etre daouarn ar Filistined.

26  E servijerien a lavaras da Zavid ar c'homzoł-mań, hag e fellas da Zavid dont da vezań mab-kaer ar roue. A-raok ma voe tremenet an deizioł merket,

27  David a savas hag a yeas gant e dud, hag e skojont war daou c'hant den eus ar Filistined. Hag e tegasas o fodoł-mezenn, hag o roas niveret mat d'ar roue, evit ma vefe mab-kaer d'ar roue. Saül a roas dezhań eta e verc'h Mikal da wreg.

28  Neuze Saül a welas hag a gomprenas e oa an AOTROU gant David. Ha Mikal merc'h Saül a gare anezhań.

29  Saül a gendalc'has da gaout aon rak David, muioc'h c'hoazh, hag e voe bepred enebour da Zavid.

30  Pennoł ar Filistined a yae er-maez da vrezeliń, ha bep gwech ma'z aent, David en deveze muioc'h a c'hounid eget holl servijerien Saül, hag e anv a voe brudet bras.

 

Pennad 19

1  Saül a gomzas ouzh Jonatan e vab hag ouzh e holl servijerien, evit lakaat d'ar marv David. Met Jonatan mab Saül a gare kalz David.

2  Ha Jonatan a zisklźrias kement-mań da Zavid o lavarout: Saül va zad a glask da lazhań, bremań eta laka evezh ouzhit betek ar mintin, chom a-du, kae da guzhat.

3  Mont a rin er-maez hag en em zalc'hin e-kichen va zad er park, e-lec'h ma vi, hag e komzin diwar da benn ouzh va zad, hag e welin petra a vo, hag e roin dit da c'houzout.

4  Jonatan a gomzas eta brav diwar-benn David ouzh Saül e dad, o lavarout dezhań: Ra ne bec'ho ket ar roue a-enep e servijer David, rak n'en deus ket pec'het a-enep dit, ha kement en deus graet a zo zoken evit da vad.

5  Lakaet en deus e vuhez war var ha lazhet ar Filistin, hag an AOTROU en deus graet drezań un dieubidigezh vras evit holl Israel. Gwelet ec'h eus hag ec'h eus bet levenez. Perak pec'hiń a-enep ar gwad didamall o lakaat David d'ar marv hep abeg?

6  Saül a selaouas ouzh mouezh Jonatan hag a douas: An AOTROU a zo bev! Ne varvo ket.

7  Neuze Jonatan a c'halvas David hag a zisklźrias dezhań an holl draoł-se. Jonatan a zegasas David da Saül, hag e voe en e servij evel diagent.

8  Hag e voe brezel adarre, ha David a yeas er-maez hag en em gannas a-enep ar Filistined, hag e reas un distruj bras. Tec'hout a rejont a-raok dezhań.

9  Ar spered fall a-berzh Doue a grogas e Saül, e-pad ma oa azezet en e di, e c'hoaf en e zorn. Ha David a c'hoarie gant e zorn.

10  Saül a glaskas skeiń David gant e c'hoaf ouzh ar voger. Met en em zistroas dioutań, ha Saül a skoas gant e c'hoaf er voger. David a dec'has hag a yeas kuit en noz-se.

11  Met Saül a gasas tud etrezek ti David evit e ziwall hag e lakaat d'ar marv diouzh ar mintin. Mikal gwreg David en disklźrias dezhań o lavarout: Ma ne dec'hez ket en noz-mań, warc'hoazh e vi lakaet d'ar marv.

12  Mikal a lakaas David da ziskenn dre ar prenestr, hag ez eas kuit, e tec'has, hag e tiflipas.

13  Goude e kemeras Mikal an terafim hag en lakaas er gwele, hag ouzh ar pennwele e lakaas ur feur-c'havr a c'holoas gant ur pallenn.

14  Pa gasas Saül tud da dapout David, hi a lavaras: Klańv eo.

15  Neuze Saül a adkasas e dud da welout David en ur lavarout: Degasit-eń din en e wele, evit ma lakain anezhań d'ar marv.

16  Dont a rejont eta an dud-se, ha setu, an terafim a oa er gwele, hag ur feur-c'havr ouzh ar pennwele.

17  Saül a lavaras da Vikal: Perak ec'h eus va zouellet evel-se, ha lezet va enebour da vont kuit, e doare ma'z eo en em saveteet. Ha Mikal a respontas da Saül: Lavaret en deus din: Va lez da vont; perak ez lazhfen?

18  Evel-se David a dec'has hag a voe saveteet, hag e teuas da gavout Samuel e Rama, hag e kontas dezhań kement en doa graet Saül. Hag ez eas gant Samuel da chom e Najod.

19  Disklźriet e voe da Saül o lavarout: Setu emań David e Najod e-kichen Rama.

20  Saül a gasas tud da dapout David, hag e weljont ur vodadeg brofeded o profediń, ha Samuel en e sav a rene warno. Spered Doue a zeuas war ar re gaset gant Saül, hag e profedjont ivez.

21  Pa voe lavaret kement-se da Saül, e kasas tud all, a brofedas ivez. Ha Saül a gasas tud all evit an deirvet gwech, hag e profedjont ivez.

22  Neuze ez eas e-unan da Rama, hag e teuas betek ar puńs bras e Seku, hag e c'houlennas o lavarout: Pelec'h emań Samuel ha David? Hag e voe respontet: Setu, e Najod e-kichen Rama.

23  Mont a reas da Najod e-kichen Rama, ha Spered Doue a voe ivez warnań, hag e profedas en ur genderc'hel gant e hent, betek ma voe en em gavet e Najod e-kichen Rama.

24  Diwiskań a reas ivez zoken e zilhad, hag e profedas, eń ivez, dirak Samuel, hag en em daolas en noazh war an douar e-pad an deiz-se hag e-pad an noz-se. Setu perak e vez lavaret: Hag-eń emań Saül e-touez ar brofeded?

 

Pennad 20

1  David a dec'has eus Najod e-kichen Rama hag a zeuas da gavout Jonatan, hag e lavaras dirazań: Petra am eus graet, pehini eo va direizhder, pehini eo va fec'hed dirak da dad, ma klask va buhez?

2  Eń a lavaras dezhań: N'eo ket! Ne varvi ket. Setu, ne ra va zad netra, na bras na bihan, hep henn lavarout din. Perak e kuzhfe va zad ouzhin an dra-mań? N'emań ket evel-se.

3  David a douas c'hoazh o lavarout: A-dra-sur e oar da dad em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, hag en devo lavaret: Ra ne ouio ket Jonatan kement-mań, gant aon na vefe glac'haret. Met an AOTROU a zo bev ha da ene a zo bev, ur c'hammed 'zo etrezon-me hag ar marv.

4  Jonatan a lavaras da Zavid: Petra a fell dit e rafen? Hag en rin evidout.

5  David a lavaras da Jonatan: Setu emań al loar nevez warc'hoazh, hag e tlein azezań gant ar roue da zebriń. Met va lez da vont kuit da guzhat er parkeier betek abardaez an trede deiz.

6  Mar goulenn da dad diwar va fenn, e responti: David en deus goulennet ouzhin mont en hast da Vetlehem e gźr, dre ma ra e holl diegezh un aberzh-bloaz eno.

7  Mar lavar: Mat eo! Mont a ra mat pep tra evit da servijer, met mar bez fuloret, e ouezi ez eo an droug divizet eus e berzh.

8  Bez madelezhus gant da servijer, pa ec'h eus lakaet da servijer da vont en un emglev ganit dirak an AOTROU. Mard eus ennon un direizhder bennak, va laka d'ar marv da-unan, rak perak am c'hasfes da'z tad?

9  Jonatan a lavaras: Pell diouzhit ar sońj-se! Rak ma teufen da c'houzout en defe divizet va zad an droug diwar da benn, perak ne rofen ket dit da c'houzout?

10  David a lavaras da Jonatan: Piv a roio din da c'houzout ha respont a raio da dad dit un dra bennak garv?

11  Jonatan a lavaras da Zavid: Deus ha deomp d'ar parkeier. Hag ez ejont o-daou d'ar parkeier.

12  Jonatan a lavaras da Zavid: Dre an AOTROU Doue Israel, e furchin va zad warc'hoazh war-dro d'an eur-mań, pe goude warc'hoazh. Ha setu, mar bez tuet mat e-keńver David, ma ne gasan ket da'z kavout ha ma ne roan ket did da c'houzout,

13  ra raio an AOTROU da Jonatan hervez an diwezhań rustoni! Ha mar plij da'm zad ober droug dit, e roin ivez dit da c'houzout, hag ez lezin da vont, hag ez i e peoc'h, ha ra vo an AOTROU ganit evel m'eo bet gant va zad!

14  Met ivez, mar befen c'hoazh bev, e vi madelezhus em c'heńver eus madelezh an AOTROU, e doare ma ne varvin ket,

15  ha ma ne denni ket da vadelezh eus va zi, da viken, zoken p'en devo dilamet an AOTROU holl enebourien David diwar-c'horre an douar.

16  Ha Jonatan a reas emglev gant ti David hag a lavaras: Ra denno an AOTROU veńjańs eus enebourien David!

17  Jonatan a lakaas c'hoazh David da douiń dre ar garantez a zouge dezhań. Rak karout a rae anezhań evel e ene.

18  Jonatan a lavaras dezhań: Warc'hoazh emań al loar nevez, hag e vo goulennet diwar da benn, rak da lec'h a vo goullo.

19  Met goude warc'hoazh e tiskenni buan, hag e teui war-zu al lec'h ma oas kuzhet da zeiz an afer-se, hag e chomi e-tal maen Ezel.

20  Hag e tennin tri bir a-gostez, evel ma tennfen war ur pal bennak.

21  Ha setu e kasin un den yaouank en ur lavarout dezhań: Kae da gavout ar biroł. Mar lavaran d'ar paotr: Setu, emań ar biroł en tu-mań dit, kemer-int! neuze deus, mat eo an traoł evidout, n'eus netra da zoujań. An AOTROU a zo bev!

22  Met mar lavaran d'ar paotr yaouank: Setu, emań ar biroł en tu all dit! Neuze tec'h, rak an AOTROU az kas kuit.

23  Ha diwar-benn ar ger omp en em roet te ha me, setu, an AOTROU a zo test etre te ha me, da viken.

24  Mont a reas eta David da guzhat er parkeier. Hag al loar nevez o vezań deuet, ec'h azezas ar roue evit kemer e bred.

25  Ar roue a azezas war e gador evel er gwechoł all, war ar gador ouzh ar voger. Jonatan a savas, hag Abner a azezas e-kichen Saül. Met lec'h David a oa goullo.

26  Ha ne lavaras Saül netra en deiz-se, dre ma lavaras ennań e-unan: Un dra bennak a zo c'hoarvezet gantań, ha n'eo ket glan, a-dra-sur n'eo ket glan.

27  Met an deiz war-lerc'h al loar nevez, an eil deiz, lec'h David a oa c'hoazh goullo, hag e lavaras Saül da Jonatan e vab: Perak n'eo ket deuet mab Jese da zebriń, na dec'h na hiziv?

28  Jonatan a respontas da Saül: David en deus goulennet start ouzhin mont da Vetlehem,

29  ha lavaret en deus: Mar plij, va lez da vont, rak bez' ez eus un aberzh-tiegezh e kźr, ha gourc'hemennet en deus din va breur en em gavout eno; bremań eta, mar em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, ez in da welout va breudeur. En abeg da-se eo n'eo ket deuet ouzh taol ar roue.

30  Neuze kounnar Saül a entanas a-enep Jonatan, hag e lavaras dezhań: Mab an drougiezh hag an diroll, daoust ha n'ouzon ket mat ec'h eus dibabet mab Jese, evit da vezh hag evit mezh da vamm?

31  Rak e-keit ha ma vevo mab Jese war an douar, ne vi biken divrall, na te na da rouantelezh. Bremań eta kas d'e gerc'hat ha degas-eń din, rak din eo a varv.

32  Jonatan a respontas da Saül e dad hag a lavaras dezhań: Perak e vefe lakaet d'ar marv? Petra en deus graet?

33  Saül a stlapas e c'hoaf outań evit skeiń warnań. Neuze e ouezas Jonatan e felle d'e dad lakaat David d'ar marv.

34  Jonatan a savas diouzh taol, droug bras ennań, ha ne gemeras ket e bred en eil deiz eus al loar nevez, rak glac'haret e oa abalamour da Zavid, dre m'en doa e zismegańset e dad.

35  Diouzh ar beure ez eas Jonatan d'ar parkeier el lec'h ma oa en em glevet gant David, hag e tegasas gantań ur paotrig bihan.

36  Hag e lavaras d'ar paotr: Red da gavout din ar biroł ez an da dennań. Ar paotr a redas, ha Jonatan a dennas ur bir en tu all dezhań.

37  Pa zeuas ar paotr betek ar bir en doa tennet Jonatan, e krias Jonatan dezhań war e lerc'h o lavarout: Ar bir, ha n'emań ket en tu all dit?

38  Hag e krias Jonatan war-lerc'h ar paotr: Hast buan, na chom ket a-sav! Hag a paotr a zastumas buan ar bir, hag e teuas da gavout e vestr.

39  Met ar paotr ne ouie netra, nemet David ha Jonatan a anaveze an afer.

40  Jonatan a roas e armoł d'ar paotr a oa gantań hag a lavaras dezhań: Kae, kas-int da gźr.

41  Ar paotr a yeas kuit. David a savas ouzh tu ar c'hreisteiz hag en em daolas, e zremm d'an douar, hag e stouas teir gwech. Goude e pokjont an eil d'egile hag e oueljont o-daou, ha zoken David a ouelas gwall galz.

42  Jonatan a lavaras da Zavid: Kae e peoc'h, hervez ar pezh hon eus touet hon daou en anv an AOTROU o lavarout: An AOTROU a vo etre me ha te, hag etre va lignez ha da lignez, da viken.

43  David a savas eta hag a yeas kuit, ha Jonatan a zistroas e kźr.

 

Pennad 21

1  Dont a reas David da Nob, da gavout an aberzhour Akimelek. Spouronet e voe Akimelek, hag e redas en arbenn da Zavid hag e lavaras dezhań: Perak ez out da-unan, ha n'eus den ganit?

2  David a lavaras d'an aberzhour Akimelek: Ar roue en deus urzhiet din un dra, hag en deus lavaret din: Ra ne ouezo den netra eus an dra-mań, am eus da gaset eviti, nag eus an urzh am eus roet dit. Ha roet em eus un emgav da'm zud e lec'h-mań-lec'h.

3  Bremań eta, petra ac'h eus dindan da zorn? Ro din pemp baraenn, pe ar pezh a vo kavet.

4  An aberzhour a respontas da Zavid o lavarout: Ne'm eus ket bara boutin dindan va dorn, bez' em eus bara santel; met da dud, daoust hag en em viret o deus da vihanań diouzh merc'hed?

5  David a respontas d'an aberzhour o lavarout dezhań: A-dra-sur, ar merc'hed a zo bet pell diouzhimp abaoe dec'h hag an deiz a-raok, pa'z on aet kuit. Listri va zud a zo glan, ha mard eo kement-se dic'hlan, santelaet e vo hiziv dre al listri.

6  An aberzhour a roas dezhań eta bara santel, dre ma ne oa ken eno bara all, nemet ar baraoł a ginnig a oa bet dilamet a-zirak an AOTROU, evit lakaat eno baraoł tomm en deiz ma oant dilamet.

7  En deiz-se en em zalc'he eno, dirak an AOTROU, un den a-douez servijerien Saül. Anvet e oa Doeg, un Edomad, penn mesaerien Saül.

8  David a lavaras da Akimelek: Ha ne'c'h eus ket dindan da zorn ur goaf pe ur c'hleze bennak? Rak ne'm eus ket kemeret va c'hleze na va armoł ganin, rak mall e oa ober gant afer ar roue.

9  An aberzhour a lavaras: Setu kleze Goliad ar Filistin, an hini ac'h eus lazhet e traonienn an dervenn; paket eo en un dilhad a-drek an efod, ma fell dit, kemer-eń evidout, rak n'eus amań hini all ebet nemet hemań. David a lavaras: N'eus ket eveltań, ro-eń din.

10  David a savas hag a dec'has en deiz-se a-zirak Saül, hag ez eas da gavout Akish roue Gad.

11  Ha servijerien Akish a lavaras dezhań: Ha n'eo ket hemań David, roue ar vro? Ha n'eo ket hemań an hini a veze lavaret diwar e benn en ur ganań hag en ur zańsal: Saül en deus lazhet e vil, ha David e zek mil.

12  David a lakaas ar c'homzoł-se en e galon, hag en doe un aon bras rak Akish roue Gad.

13  Hag e kuzhas e skiant vat dirak o daoulagad, hag e reas ar sod etre o daouarn, oc'h ober merkoł war stalafioł an dorojoł, hag o lezel e grańch da gouezhań war e varv.

14  Akish a lavaras d'e servijerien: Ha gwelout a rit ez eo diskiant an den-se? Perak hoc'h eus e zegaset din?

15  Hag e vank tud diskiant amań, ma hoc'h eus degaset hemań din evit ober ar sod dirazon? Ha dont a raio an den-se em zi?

 

Pennad 22

1  Mont a reas David ac'hane, hag e tec'has da gev Adullam. E vreudeur hag holl diegezh e dad a ouezas kement-se, hag e tiskennjont d'e gavout eno.

2  An holl re a oa diaes en o aferoł, an holl re o doa dleoł, hag an holl re a oa c'hwerv o c'halon, en em zastumas gantań, hag e voe o fenn. Bez' e voe evel-se gantań war-dro pevar c'hant den.

3  Mont a reas David ac'hane da Vizpe e Moab. Hag e lavaras da roue Moab: Mar plij, ra zeuio va zad ha va mamm ganeoc'h, ken na vo gwelet petra a raio Doue ganin.

4  O degas a reas dirak roue Moab, hag e chomjont gantań e-pad an holl amzer ma voe David er c'hreńvlec'h-se.

5  Ar profed Gad a lavaras da Zavid: Na chom ket er c'hreńvlec'h, tec'h ha kae da vro Juda. David a yeas eta, hag e teuas e koadeg Hered.

6  Saül a ouezas e oa dizoloet David hag an dud a oa gantań. Saül a oa azezet dindan un dervenn war ur c'hrec'h e Gibea, e c'hoaf en e zorn. Hag e holl servijerien en em zalc'he dirazań.

7  Saül a lavaras d'e servijerien en em zalc'he dirazań: Selaouit, Benjaminiz: Mab Jese, hag e roio deoc'h-holl parkeier ha gwini? Hag ho lakaio holl, da bennoł a vilieroł ha da bennoł a gantoł?

8  Holl ac'hanoc'h hoc'h eus iriennet em enep, ha den ac'hanoc'h n'en deus lavaret din en deus va mab graet emglev gant mab Jese, ha den ac'hanoc'h n'eo bet poaniet eus va stad ha n'en deus lavaret din en deus va mab savet va servijer em enep, evit stegnań pechoł din evel ma ra hiziv.

9  Neuze Doeg an Edomad, an hini a oa penn servijerien Saül, a respontas o lavarout: Gwelet em eus mab Jese o tont da Nob da gavout Akimelek mab Akitub,

10  en deus goulennet kuzul digant an AOTROU evitań, hag en deus roet dezhań boued ha kleze Goliad ar Filistin.

11  Neuze ar roue a gasas da c'hervel an aberzhour Akimelek mab Akitub hag holl diegezh e dad, an aberzhourien a oa e Nob. Hag e teujont holl da gavout ar roue.

12  Ha Saül a lavaras: Selaou, mab Akitub! Eń a respontas: Setu-me amań, va aotrou!

13  Neuze Saül a lavaras dezhań: Perak hoc'h eus iriennet a-enep din, te ha mab Jese, pa ec'h eus roet dezhań bara hag ur c'hleze ha goulennet kuzul digant Doue evitań, evit ma savfe a-enep din ha ma stegnfe pechoł din evel ma ra hiziv.

14  Akimelek a respontas d'ar roue o lavarout: Piv eta, a-douez da holl servijerien, a zo ken leal ha David mab-kaer ar roue, a zo aet war da c'hourc'hemenn, hag a zo enoret ez ti?

15  Daoust hag em eus kroget hiziv da c'houlenn kuzul digant Doue evitań? Pell diouzhin! Ra ne lakaio ar roue netra war da servijer na war holl di va zad, rak ne ouie da servijer tra ebet a gement-se, na bihan na bras.

16  Ar roue a lavaras: A-dra-sur e varvi, Akimelek, te hag holl diegezh da dad!

17  Neuze ar roue a lavaras d'an archerien en em zalc'he dirazań: Distroit ha lakait d'ar marv aberzhourien an AOTROU, dre m'o deus prestet o dorn da Zavid, pa ouient e tec'he ha n'o deus ket e lavaret din. Met servijerien ar roue ne fellas ket dezho astenn o dorn evit en em deurel war aberzhourien an AOTROU.

18  Neuze ar roue a lavaras da Zoeg: Distro hag en em daol war an aberzhourien. Ha Doeg an Edomad a zistroas hag en em daolas war an aberzhourien, hag e lazhas en deiz-se pemp den ha pevar-ugent o tougen an efod lin.

19  Hag e lakaas da lazhań gant barvenn ar c'hleze e Nob, kźr an aberzhourien, ar wazed, ar maouezed, ar vugale, ar re a zene, an ejened, an ezen, hag an deńved.

20  Koulskoude, unan eus mibien Akimelek mab Akitub, anvet Abiatar, a dec'has kuit hag a yeas da gavout David.

21  Abiatar a roas da c'houzout da Zavid en doa lazhet Saül aberzhourien an AOTROU.

22  David a lavaras da Abiatar: Sońjet em eus mat en deiz-se, pa oa Doeg an Edomad eno, na vankje ket da lavarout da Saül. Me a zo kiriek eus marv an holl dud-se eus tiegezh da dad.

23  Chom ganin ha na'z pez ket aon, rak an hini a glask va buhez a glask da hini. Diwallet mat e vi ganin.

 

Pennad 23

1  Hag e voe lavaret da Zavid evel-henn: Setu emań ar Filistined oc'h ober brezel e Keila, hag e rińsont al leurioł.

2  David a c'houlennas kuzul digant an AOTROU o lavarout: Ha mont a rin, ha skeiń a rin war ar Filistined-se? An AOTROU a respontas da Zavid: Kae, sko war ar Filistined-se, ha dieub Keila.

3  Tud David a lavaras dezhań: Aon hon eus amań e bro Juda, petra 'vo eta mard eomp da Geila a-enep bagadoł renket ar Filistined?

4  David a c'houlennas kuzul c'hoazh digant an AOTROU, hag an AOTROU a respontas o lavarout: Sav, diskenn da Geila, rak me a lakaio ar Filistined ez taouarn.

5  Neuze ez eas David gant e dud da Geila, hag e stourmas a-enep ar Filistined, hag e kasas gantań o loened, hag e reas un distruj bras. David a zieubas tud Keila.

6  Pa oa tec'het Abiatar mab Akimelek da gavout David e Keila, e teuas gant an efod etre e zaouarn.

7  Lavaret e voe da Saül e oa deuet David da Geila, ha Saül a lavaras: Doue en deus e lakaet etre va daouarn, rak en em serret en deus en ur vont en ur gźr he deus dorojoł ha prennoł.

8  Ha Saül a c'halvas an holl bobl d'ar brezel, evit diskenn da Geila ha sezizań David hag e dud.

9  Met David a ouezas ec'h ijine Saül en e enep evit e goll, hag e lavaras d'an aberzhour Abiatar: Degas an efod.

10  Ha David a lavaras: AOTROU Doue Israel, da servijer en deus klevet e klask Saül dont a-enep Keila, evit distrujań kźr en abeg din.

11  Hag-eń e troukroio pennoł Keila ac'hanon etre e zaouarn? Hag-eń e tiskenno Saül evel m'en deus klevet da servijer? AOTROU Doue Israel, lavar-se da'z servijer, me az ped. An AOTROU a respontas: Diskenn a raio.

12  David a lavaras c'hoazh: Hag-eń e vin droukroet gant pennoł Keila, me ha va zud, etre daouarn Saül? An AOTROU a respontas: Da zroukreiń a raint.

13  Neuze David a savas gant e dud, war-dro c'hwec'h kant den, hag e teujont eus Keila, hag ez ejont e-lec'h ma c'helljont. Lavaret e voe da Saül e oa aet kuit David eus Keila. Hag e paouezas da gerzhout.

14  David a chomas er gouelec'h, e kreńvlec'hioł, hag en em zalc'has war ar menez e gouelec'h Zif. Saül a glaske anezhań bemdez, met ne voe ket deroet gant Doue etre e zaouarn.

15  David a welas e oa aet Saül da glask e vuhez, hag en em zalc'has e gouelec'h Zif, er goadeg.

16  Neuze Jonatan mab Saül a savas hag a yeas da gavout David d'ar goadeg, hag e nerzhekaas e zaouarn e Doue,

17  hag e lavaras dezhań: Na'z pez ket aon, rak dorn Saül va zad ne gavo ket ac'hanout, met ren a ri war Israel, hag e vin an eil war da lerc'h. Saül va zad a oar kement-se ivez.

18  Ober a rejont eta o-daou un emglev dirak an AOTROU. Ha David a chomas er goadeg, ha Jonatan a zistroas d'e di.

19  Ha tud Zif a bignas da gavout Saül e Gibea, hag e lavarjont dezhań: David, ha n'en em zalc'h ket kuzhet en hon touez, e kreńvlec'hioł, er goadeg, war grec'h Hakila a zo e kreisteiz al lec'h distro?

20  Bremań eta, o roue, diskenn evel m'en deus c'hoant da ene. Diskenn, hag e vo deomp e lakaat etre daouarn ar roue.

21  Saül a lavaras: Ra vennigo an AOTROU ac'hanoc'h, rak hoc'h eus bet truez ouzhin.

22  Kit eta, taolit evezh, anavezit ha gouezit al lec'h ma laka e dreid, ha piv en deus e welet, rak lavaret eo bet din ez eo fin bras.

23  Anavezit eta ha gouezit, e-touez an holl doulloł-kuzh-se, an hini emań kuzhet e-barzh, ha neuze distroit da'm c'havout pa viot sur a gement-se, hag ez in ganeoc'h. Mard emań er vro, e klaskin anezhań gant evezh e-touez holl vilieroł Juda.

24  Sevel a rejont eta hag ez ejont da Zif, a-raok Saül. Met David hag e dud a oa e gouelec'h Maon, er blaenenn, e kreisteiz al lec'h distro.

25  Neuze ez eas Saül hag e dud d'e glask, met lavaret e voe da Zavid a ziskennas ar roc'h hag a chomas e gouelec'h Maon. O vezań anavezet kement-se, Saül a yeas war-lerc'h David e gouelec'h Maon.

26  Saül a gerzhe war un tu eus ar menez, ha David hag e dud a gerzhe war an tu all eus ar menez, ha David a haste evit mont a-raok Saül. Hag evel ma oa kelc'hiet David hag e re gant Saül hag e dud, ha tost da vezań tapet,

27  ur c'hannad a zeuas da gavout Saül en ur lavarout: Hast buan ha deus, rak ar Filistined o deus aloubet ar vro.

28  Saül a zistroas eta eus redek war-lerc'h David, hag ez eas en arbenn d'ar Filistined. En abeg da-se e oa anvet al lec'h-se Sela-Hammaklekod (= Roc'h an Disparti).

29  Goude e pignas David ac'hane, hag e chomas e kreńvlec'hioł En-Gedi.

 

Pennad 24

1  Pa voe deuet en-dro Saül eus redek war-lerc'h ar Filistined, e voe lavaret dezhań ar ger-mań: Setu, emań David e gouelec'h En-Gedi.

2  Saül a gemeras tri mil den eus an dibab a-douez holl Israel, hag ez eas da glask David hag e dud, betek reier ar Chamoezed.

3  Dont a reas e klozioł deńved, tost ouzh an hent, hag e oa eno ur c'hev. Mont a reas Saül ennań evit e ezhommoł. David hag e dud a oa e fońs ar c'hev.

4  Tud David a lavaras dezhań: Setu an deiz m'en deus lavaret an AOTROU dit: Lakaat a ran da enebour etre da zaouarn; ober a ri dezhań evel ma kavi mat. David a savas hag a droc'has pastell mantell Saül goustadik.

5  Met goude-se David a voe fromet en e galon eus m'en doa troc'het pastell mantell Saül,

6  hag e lavaras d'e dud: Ra ziwallo an AOTROU ac'hanon d'ober a-enep va aotrou, a-enep olevad an AOTROU, un dra evel astenn va dorn warnań! Rak olevad an AOTROU eo.

7  David a harzas e dud gant ar c'homzoł-se, ha n'o lezas ket d'en em sevel a-enep Saül. Ha Saül a savas eus ar c'hev hag a gendalc'has gant e hent.

8  Goude-se David a savas hag a yeas er-maez eus ar c'hev, hag e krias war-lerc'h Saül o lavarout: Va aotrou ha va roue! Saül a sellas en a-dreńv: David a blegas, e zremm d'an douar, hag a stouas.

9  David a lavaras da Saül: Perak e selaouez komzoł an dud a lavar: Setu, David a glask da goll?

10  Setu, da zaoulagad o deus gwelet hiziv en deus da lakaet an AOTROU hiziv etre va daouarn er c'hev, ha lavaret eo bet din da lazhań. Met da espernet em eus en ur lavarout: Ne lakain ket va dorn war va aotrou, rak olevad an AOTROU eo.

11  Sell, va zad, sell ouzh pastell da vantell a zo em dorn. Peogwir em eus troc'het pastell da vantell ha ne'm eus ket lazhet ac'hanout, gouez hag anavez n'eus ennon na drougiezh na dislealded, ha ne'm eus ket pec'het a-enep dit. Ha te a red war-lerc'h va ene evit e dapout!

12  An AOTROU a vo barner etrezon-me ha te, hag an AOTROU a veńjo ac'hanon diouzhit, met va dorn ne vo ket warnout.

13  Eus ar re zrouk e teu an droug, evel ma lavar ur c'hrennlavar kozh. Evel-se va dorn ne vo ket warnout.

14  War-lerc'h piv eo aet roue Israel? War-lerc'h piv e redez? Ur c'hi marv? Ur c'hwenenn?

15  An AOTROU eta a vo barner, hag a varno etrezon-me ha te. Sellout a raio, breutaat a raio va c'haoz, hag em savetaio eus da zorn.

16  P'en doe echuet David da lavarout ar c'homzoł-se da Saül, e lavaras Saül: Honnezh eo da vouezh, va mab David? Ha Saül a savas e vouezh hag a c'harmas.

17  Hag e lavaras da Zavid: Reishoc'h out egedon, rak rentet ec'h eus din ar mad evit an droug am eus graet,

18  ha diskouezet ec'h eus din hiziv penaos e rez gant madelezh em c'heńver, rak an AOTROU en doa va lakaet etre da zaouarn, ha ne'c'h eus ket va lazhet.

19  Pa gav un den e enebour, hag e lezel a ra da vont kuit yac'h ha mat? Ra raio an AOTROU mad dit evit ar pezh ac'h eus graet din hiziv!

20  Ha bremań setu, me a oar a-dra-sur e reni, hag e vo start etre da zaouarn rouantelezh Israel.

21  Tou din eta bremań, dre an AOTROU, ne zistruji ket va gouenn war va lerc'h, ha ne zistruji ket va anv eus ti va zad.

23  David a douas da Saül. Neuze Saül a yeas d'e di, ha David hag e dud a bignas d'ar c'hreńvlec'h.

 

Pennad 25

1  Samuel a varvas, hag holl Israel en em zastumas hag a ouelas dezhań, hag e voe sebeliet en e di e Rama. Ha David a savas hag a ziskennas betek gouelec'h Paran.

2  E Maon e oa un den o kaout madoł e Karmel. Hag an den-mań a oa pinvidik-meurbet, tri mil dańvad ha mil gavr a oa dezhań. Hag e oa e Karmel evit touzań e zeńved.

3  An den- mań a oa anvet Nabal, hag e wreg a oa anvet Abigail. Ur vaouez a skiant vat e oa, he dremm a oa kaer da welout. Met an den a oa kalet ha drouk en e oberoł. Eus lignez Kaleb e oa.

4  David a glevas, er gouelec'h, e touze Nabal e zeńved.

5  David a gasas dek eus e dud en ur lavarout dezho: Pignit da Garmel, kit da gavout Nabal, saludit-eń eus va ferzh,

6  ha lavarit dezhań: Peoc'h dit evit da vuhez! Peoc'h da'z ti ha da gement a zo dit!

7  Ha bremań em eus klevet e oa an douzerien du-se. Da vźsaerien a zo bet ganeomp, n'o deus bet kudenn ebet ganeomp, ha netra eus ar pezh a oa dezho n'eo bet kollet e-pad an holl amzer ma'z int bet e Karmel.

8  Goulenn kement-se digant da dud, hag e lavarint dit. Ra gavo eta va zud trugarez dirak da zaoulagad, pa'z omp deuet en un devezh mat. Ro mar plij da'z servijerien ha da'z mab David ar pezh a gavo dindan da zorn.

9  Tud David a zeuas eta hag a lavaras da Nabal an holl gomzoł-se a-berzh David, hag e chomjont sioul.

10  Nabal a respontas da servijerien David o lavarout: Piv eo David, ha piv eo mab Jese? Niverus eo hiziv ar servijerien a zilez o mistri!

11  Hag e kemerfen va bara ha va dour ha va c'hig am eus fichet evit va zouzerien, hag e rofen anezho da dud hag a zeu n'ouzon ket a-belec'h?

12  Neuze tud David a zistroas dre o hent. Deuet en-dro hag erruet, e lavarjont an holl gomzoł-se dezhań.

13  David a lavaras d'e dud: Ra gemero pep hini ac'hanoc'h e gleze, hag e kemeras pep hini e gleze. David ivez a gemeras e gleze, hag e pignas war-lerc'h David war-dro pevar c'hant den, ha daou c'hant a chomas e-kichen an traoł.

14  Unan eus ar servijerien a gomzas ouzh Abigail gwreg Nabal o lavarout: Setu, David en deus kaset eus ar gouelec'h kannaded evit saludiń hor mestr, met fuloret en deus en o enep.

15  Koulskoude an dud-se a zo bet gwall-vat en hor c'heńver, ha n'hon eus bet kudenn ebet ganto, ha netra eus ar pezh a oa deomp n'eo bet kollet e-pad an holl amzer ma'z omp bet ganto, pa oamp er parkeier.

16  Servijet o deus da voger deomp, en noz hag en deiz, e-pad an holl amzer ma'z omp bet ganto o peuriń an tropelloł.

17  Bremań gra da vennozh, hag anavez ar pezh ac'h eus d'ober, rak divizet eo an distruj a-enep hor mestr hag a-enep e holl di. Met ken drouk eo, ken na greder den komz outań.

18  Neuze Abigail a hastas hag a gemeras daou c'hant bara, div sac'h-lźr gwin, pemp dańvad fichet, pemp sea (5 sea ~ 40 l) greun rostet, kant pakad rezin sec'h, ha daou c'hant kestad fiez sec'h, hag o lakaas war an ezen.

19  Hag e lavaras d'he zud: Tremenit a-raok din, setu, e teuin war ho lerc'h. Met ne lavaras netra d'he gwaz Nabal.

20  Pignet war an azen, e tiskennas eus ar menez dre un hent er goudor. Ha setu, David hag e dud a ziskenne a-dal dezhi, hag en em gavas ganto.

21  David en doa lavaret: En aner eo em eus diwallet kement en doa an den-se er gouelec'h, e doare ma n'en deus kollet netra eus ar pezh a zo dezhań. Rentet en deus din an droug evit ar mad.

22  Ra raio Doue da enebourien David hervez an diwezhań rustoni, ma ne lezan dezhań un den zoken da vevań, ac'hann da veure, eus kement en deus.

23  Pa welas Abigail eta David, e hastas diskenn diwar hec'h azen d'en em deurel war he dremm dirak David, hag e stouas d'an douar.

24  Kouezhań a reas d'e dreid hag e lavaras: Ra vo ar fazi warnon, va aotrou! Met ra gomzo da servijerez dirazout, ha selaou komzoł da servijerez.

25  Ra ne daolo ket evezh va aotrou ouzh an den drouk-se, ouzh Nabal, rak evel e anv eo, anvet eo Nabal (= sot) ha sotoni 'zo ennań. Met me da servijerez, ne'm eus ket gwelet an dud en deus kaset va aotrou.

26  Bremań va aotrou, an AOTROU a zo bev ha da ene a zo bev! An AOTROU en deus harzet ouzhit da skuilhań ar gwad ha d'en em veńjiń gant da zorn da-unan. Ha ra vo da enebourien hag ar re a glask noazout d'an aotrou evel Nabal.

27  Ha bremań setu an donezon he deus degaset da servijerez da'm aotrou, evit ma vo roet d'an dud a gerzh war-lerc'h va aotrou.

28  Pardon mar plij fazi da servijerez, rak an AOTROU ne vanko ket da reiń da'm aotrou un ti dalc'hus, dre ma ren va aotrou brezelioł an AOTROU, ha ma n'eus bet kavet drougiezh ebet ennout da vuhez-pad.

29  Mar sav unan bennak evit da drubuilhań hag evit klask da vuhez, ene va aotrou a vo staget ouzh torkad ar vuhez e-kichen an AOTROU da Zoue. Ha teurel a raio pell, evel gant ur vatalm, ene da enebourien.

30  P'en devo graet an AOTROU da'm aotrou an holl vad en deus lavaret diwar da benn, ha p'en devo da lakaet rener war Israel,

31  kement-mań ne vo ket ur maen-kouezh evidout, ha kalon va aotrou n'he devo ket keuz da vezań skuilhet ar gwad hep abeg, ha da vezań en em veńjet e-unan. P'en devo graet vad an AOTROU da'm aotrou, te az po sońj eus da servijerez.

32  Neuze David a lavaras da Abigail: Benniget ra vo an AOTROU Doue Israel, en deus da gaset hiziv a-raok din!

33  Benniget ra vo da skiant vat, ha benniget ra vi da-unan, te ac'h eus harzet ouzhin hiziv da skuilhań gwad ha d'en em veńjiń dre va dorn va-unan!

34  Met a-dra-sur eo bev an AOTROU Doue Israel, en deus harzet ouzhin d'ober droug dit! Ma ne vijes ket deuet buan a-raok din, ne vije manet da Nabal un den zoken, ac'hann da veure.

35  David a gemeras eus he dorn ar pezh he doa degaset hag a lavaras dezhi: Adpign e peoc'h da'z ti. Sell, selaouet em eus ouzh da vouezh, ha da zegemeret mat.

36  Abigail a zistroas da gavout Nabal, ha setu e rae ur fest en e di, evel fest ur roue. Kalon Nabal a oa laouen ennań, hag e oa mezv-kenań. Hi ne lavaras dezhań an disterań tra betek an deiz warlerc'h.

37  Ha diouzh ar beure, pa oa distroet Nabal eus e vezventi, e wreg a lavaras dezhań ar pezh a oa c'hoarvezet, hag e galon a voe strońset marvel hag e teuas da vezań evel ur maen.

38  War-dro dek devezh goude, an AOTROU a skoas war Nabal, hag e varvas.

39  Pa glevas David e oa marv Nabal, e lavaras: Benniget ra vo an AOTROU en deus difennet va gwir en dismegańs am eus graet dorn Nabal, hag en deus harzet ouzh e servijer d'ober droug. Met an AOTROU en deus lakaet droug Nabal da gouezhań war e benn. Ha David a gasas da gomz da Abigail, evit he c'hemer da wreg dezhań.

40  Servijerien David a zeuas da gavout Abigail da Garmel hag a gomzas dezhi o lavarout: David en deus hon degaset da'z kavout, da'z kemer evitań da wreg.

41  Neuze e savas, e stouas he dremm d'an douar, hag e lavaras: Setu, da servijerez a vo ur vatezh evit gwalc'hiń treid servijerien va aotrou.

42  Abigail a savas buan hag a bignas war un azen, ha pemp eus he mitizhien a yeas war he lerc'h. Hag ec'h heulias kannaded David, hag e voe e wreg.

43  David en doa kemeret ivez Akinoam eus Jizreel, hag o-div a voe e wragez.

44  Rak Saül en doa roet e verc'h Mikal gwreg David da Balti mab Laish eus Gallim.

 

Pennad 26

1  Mont a reas tud Zif da gavout Saül e Gibea en ur lavarout: David, ha n'eo ket kuzhet war grec'h Hakila, a-dal d'al lec'h distro?

2  Saül a savas hag a ziskennas betek gouelec'h Zif, gantań tri mil den eus an dibab a-douez Israel, evit klask David e gouelec'h Zif.

3  Saül a gampas war grec'h Hakila, a-dal d'al lec'h distro, e-kichen an hent. David en em zalc'he er gouelec'h, hag e welas e teue Saül da redek war e lerc'h er gouelec'h.

4  Kas a reas spierien, hag e ouezas da sur e oa erruet Saül.

5  Neuze David a savas hag a zeuas d'al lec'h ma kampe Saül. David a welas al lec'h ma kouske Saül hag Abner mab Ner penn e arme. Saül a gouske e-kreiz ar c'hamp, hag ar bobl a gampe en-dro dezhań.

6  David a gomzas da Akimelek an Hitit ha da Abishai mab Zeruja ha breur Joab, hag a lavaras: Piv a ziskenno ganin da gavout Saül d'ar c'hamp? Hag Abishai a respontas: Me a ziskenno ganit.

7  David hag Abishai a zeuas eta en noz betek ar bobl, ha setu ma kouske Saül, gourvezet e-kreiz ar c'hamp, e c'hoaf sanket en douar e-kichen e benn. Abner hag ar bobl a oa gourvezet en-dro dezhań.

8  Neuze Abishai a lavaras da Zavid: Doue en deus hiziv lakaet da enebour etre da zaouarn. Bremań eta, mar plij, va lez da skeiń warnań gant e c'hoaf, betek an douar en un taol hepken, ha ne zistroin ket.

9  Ha David a lavaras da Abishai: N'e laka ket d'ar marv! Rak piv a lakafe e zorn war olevad an AOTROU, hag a vefe digastiz?

10  Ha David a lavaras: An AOTROU a zo bev! An AOTROU e-unan a skoio warnań, pe e teuio e zeiz hag e varvo, pe ez aio d'ar brezel hag e yelo da get,

11  met ra viro an AOTROU ac'hanon da lakaat va dorn war olevad an AOTROU! Met kemer bremań mar plij ar goaf a zo e-kichen e benn hag ar pod dour, ha deomp kuit.

12  David eta a gemeras ar goaf hag ar pod dour a oa e-kichen penn Saül, hag ez ejont kuit. Den n'o gwelas, nag a sellas outo, nag a zihunas, rak holl e kouskent, dre m'en doa an AOTROU lakaet ur c'housk pounner da gouezhań warno.

13  David a dremenas en tu all, hag en em zalc'has war lein ar menez, pell ac'hane; ur pennad mat a oa etrezo.

14  Hag e krias d'ar bobl ha da Abner mab Ner o lavarout: Ha ne responti ket, Abner? Hag Abner a respontas o lavarout: Piv out, te hag a gri d'ar roue?

15  David a lavaras da Abner: Ha n'out ket ur gwaz? Piv a zo heńvel ouzhit en Israel? Perak ne'c'h eus ket diwallet da aotrou ar roue? Rak deuet eo unan bennak eus ar bobl evit lazhań da aotrou ar roue.

16  Ar pezh ac'h eus graet n'eo ket mat. An AOTROU a zo bev! Dre ma n'hoc'h eus ket diwallet ho mestr, olevad an AOTROU, e tellezit ar marv. Ha bremań sell pelec'h emań goaf ar roue, hag ar pod dour a oa e-kichen e benn.

17  Saül a anavezas mouezh David hag a lavaras: Honnezh eo da vouezh, va mab David? David a lavaras, Va mouezh eo, o roue va aotrou!

18  Hag e lavaras: Perak e red va aotrou war-lerc'h e servijer? Petra am eus graet? Peseurt fallentez a zo em daouarn?

19  Ha bremań, ra selaouo va aotrou roue komzoł e servijer. Mard eo an AOTROU a vount ac'hanout a-enep din, ra vo da zonezon plijus dezhań, met mard eo an dud, ra vint milliget dirak an AOTROU, rak va c'haset o deus kuit hiziv, evit ma ne c'hellin ket bezań staget ouzh hźrezh an AOTROU, en ur lavarout: Kae ha servij doueoł estren.

20  Ha bremań, ra ne gouezho ket va gwad d'an douar pell diouzh dremm an AOTROU. Rak roue Israel a zo deuet da glask ur c'hwenenn, evel ma chaseer ur glujar er menezioł.

21  Neuze Saül a lavaras: Pec'het em eus. Distro va mab David, ra ne rin droug ebet dit, pa'z eo bet prizius va buhez dit hiziv. Setu, graet em eus gant follentez, pec'het kalz-meurbet em eus.

22  David a respontas o lavarout: Setu amań goaf ar roue, ra zeuio unan ac'hanoc'h d'e gerc'hat, ha ra en kemero.

23  Ra rento an AOTROU da bep hini hervez e reizhder hag e fealded. Rak da lakaet en doa an AOTROU hiziv etre va daouarn, ha n'eo ket bet fellet din lakaat va dorn war olevad an AOTROU.

24  Evel m'eo bet prizius da ene dirak va daoulagad, evel-se e vo prizius va ene dirak daoulagad an AOTROU, hag e tieubo ac'hanon eus pep glac'har.

25  Saül a lavaras da Zavid: Benniget ra vi, va mab David! A-dra-sur e teui a-benn eus pep tra a embregi. Neuze David a gendalc'has gant e hent, ha Saül a zistroas d'e lec'h.

 

Pennad 27

1  David a lavaras en e galon: Lazhet e vin un deiz bennak dre zorn Saül. N'eus netra gwelloc'h evidon eget mont da vro ar Filistined, evit ma tremeno Saül hep klask ac'hanon e douaroł Israel, hag evel-se e tec'hin eus e zorn.

2  David a savas eta, hag e tremenas, gant ar c'hwec'h kant den a oa gantań, da gavout Akish mab Maok, roue Gad.

3  Ha David a chomas gant Akish e Gad, eń hag e dud, pep hini gant e diegezh. David en doa e ziv wreg, Akinoam eus Jizreel hag Abigail gwreg Nabal eus Karmel.

4  Hag e voe lavaret da Saül e oa aet David betek Gad. Hag e paouezas da redek war e lerc'h.

5  David a lavaras da Akish: Mar em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, ra vo roet din ul lec'h en unan eus kźrioł ar vro-mań, ma chomin eno. Rak perak e chomfe da servijer e kźr ar roue ganit?

6  Akish a roas dezhań en deiz-se Ziklag. Setu perak eo bet Ziklag da rouaned Juda betek hiziv.

7  An amzer ma chomas David e bro ar Filistined a voe ur bloaz ha pevar miz.

8  David hag e dud a bigne d'ober argadoł a-enep tud Geshur, tud Gezer hag an Amalekiz, rak ar broadoł-se a oa o chom a bep amzer er vro a oa ouzh tu Shur ha betek bro an Ejipt.

9  Drastań a rae David ar vro, ne leze da vevań na gwaz na maouez, hag e kemere an deńved, an ejened, an ezen, ar c'hańvaled hag an dilhad, hag e tistroe hag e teue da gavout Akish.

10  Hag Akish a lavare: Pelec'h hoc'h eus graet hoc'h argad hiziv? Ha David a responte: Etrezek kreisteiz Juda, etrezek kreisteiz Jerakmeel, etrezek kreisteiz ar Genianed.

11  David ne leze da vevań na gwaz na maouez evit o c'has da C'had, dre ma lavare: Arabat dezho komz a-enep deomp en ur lavarout: Setu ar pezh en deus graet David. Hag e reas evel-se e-pad an holl amzer ma chomas e bro ar Filistined.

12  Akish a grede David hag a lavare: En em lakaet en deus da vezań kasaus da Israel e bobl, hag e vo va servijer da viken.

 

Pennad 28

1  En deizioł-se e tastumas ar Filistined o armeoł d'ober brezel a-enep Israel. Akish a lavaras da Zavid: Gouzout a rez a-dra-sur e teui ganin d'ar c'hamp, te ha da dud.

2  David a respontas: Ac'hanta! Gwelout a ri ar pezh a raio da servijer. Hag Akish a lavaras da Zavid: Evel-se e roin dit evit biken an diwall ac'hanon.

3  Samuel a oa marv, hag holl Israel en doa gouelet dezhań, hag e oa bet sebeliet e Rama, e di. Saül en doa lamet ar c'houlennataerien speredoł hag ar sorserien eus ar vro.

4  Ar Filistined en em zastumas, hag e teujont da gampiń e Sunem. Saül a zastumas holl Israel, hag e kampjont e Gilboa.

5  Pa welas Saül kamp ar Filistined, en doe aon, hag e galon a voe spouronet bras.

6  Saül a c'houlennatas an AOTROU, met an AOTROU ne respontas ket dezhań na dre huńvreoł na dre an urim na dre ar brofeded.

7  Ha Saül a lavaras d'e servijerien: Klaskit din ur vaouez a bleustr ar speredoł, hag ez in d'he c'havout ha da c'houlenn ali diganti. E servijerien a lavaras dezhań: Setu ez eus en En-Dor ur vaouez a bleustr ar speredoł.

8  Neuze Saül en em zic'hizas hag a wiskas dilhad all, hag ez eas, eń ha daou zen gantań, hag ec'h errujont da noz e ti ar vaouez-mań. Saül a lavaras dezhi: Divin din mar plij dre ar spered, ha laka da bignat an hini a lavarin dit.

9  Ar vaouez a lavaras dezhań: Setu, gouzout a rez ar pezh en deus graet Saül, penaos en deus lamet ar c'houlennataerien speredoł hag ar sorserien eus ar vro. Perak e stegnez ur pech din, evit va lakaat da vervel?

10  Saül a douas dezhi dre an AOTROU o lavarout: An AOTROU a zo bev! Ne c'hoarvezo droug ebet ganit en abeg da gement-se.

11  Neuze ar vaouez a lavaras: Piv a fell dit a lakain da bignat? Hag e respontas: Laka Samuel da bignat.

12  Pa welas ar vaouez Samuel, e laoskas ur griadenn vras. Hag e komzas ar vaouez ouzh Saül o lavarout: Perak ec'h eus va zouellet? Te eo Saül!

13  Hag ar roue a lavaras dezhi: Na'z pez ket aon. Petra a welez? Ar vaouez a lavaras da Saül: Gwelout a ran un doue o pignat eus an douar.

14  Hag e lavaras dezhi: Penaos eo e stumm? Respont a reas: Un den kozh a bign, gwisket gant ur vantell. Ha Saül a gomprenas e oa Samuel, hag e plegas e zremm d'an douar, hag e stouas.

15  Samuel a lavaras da Saül: Perak ec'h eus va zrubuilhet, ouzh va lakaat da bignat? Saül a respontas: Nec'het bras on, rak ar Filistined a ra brezel ouzhin, ha Doue a zo aet diganin ha n'en deus ket respontet din, na dre ar brofeded na dre an huńvreoł. Da c'halvet em eus, evit ma roi din da c'houzout ar pezh am eus d'ober.

16  Samuel a lavaras: Perak e c'houlennez kuzul diganin, pa'z eo en em dennet an AOTROU diganit, hag eo deuet da enebour?

17  An AOTROU en deus graet evel m'en doa lavaret drezon. An AOTROU en deus lamet da rouantelezh eus da zaouarn hag he roet da'z nesań, da Zavid.

18  Dre ma ne'c'h eus ket sentet ouzh mouezh an AOTROU, ha ne'c'h eus ket sevenet tan e gounnar a-enep Amalek, en abeg da gement-se e ra an AOTROU en doare-se ez keńver.

19  Ha zoken an AOTROU a lakaio Israel ganit etre daouarn ar Filistined. Warc'hoazh e viot ganin, te ha da vibien, hag an AOTROU a lakaio kamp Israel etre daouarn ar Filistined.

20  Ha raktal Saül a gouezhas war e hed d'an douar, hag e voe spouronet-meurbet eus komzoł Samuel. Hag ivez e voe hep nerzh dre ma n'en doa debret netra e-pad an deiz nag e-pad an noz.

21  Neuze ar vaouez a zeuas da gichen Saül, hag o welout e oa gwall drubuilhet, e lavaras dezhań: Setu, da servijerez he deus sentet ouzh da vouezh e riskl d'he buhez; sentet em eus ouzh ar c'homzoł ac'h eus lavaret din,

22  ha bremań selaou, me az ped, ouzh mouezh da servijerez: Mont a ran da lakaat dirazout un tamm bara, evit ma tebri ha ma kemeri nerzh da vont gant an hent.

23  Ha ne fellas ket dezhań, hag e lavaras: Ne zebrin ket. Met e servijerien, hag ar vaouez ivez, a zalc'has warnań, hag e sentas outo. Sevel a reas eus an douar hag ec'h azezas war ar gwele.

24  Ar vaouez he doa ul leue lart en he zi. Hastań a reas e lazhań, hag e kemeras bleud, en meras hag e poazhas bara hep goell dioutań.

25  Hag e lakaas kement-se dirak Saül ha dirak e servijerien. Debriń a rejont, hag e savjont, hag ez ejont kuit en noz-se.

 

Pennad 29

1  Ar Filistined a zastumas o armeoł en Afek, hag an Israeliz a gampas e-kichen ar feunteun a zo e Jizreel.

2  Prińsed ar Filistined a gerzhas gant o c'hantoł ha gant o milieroł. David hag e dud a gerzhe er gward-adreńv gant Akish.

3  Pennoł ar Filistined a lavaras: Petra a ra an Hebreed-se amań? Hag Akish a respontas da bennoł ar Filistined: Ha n'eo ket David, servijer Saül roue Israel, a zo bet ganin deizioł 'zo, pe bloavezhioł 'zo? Ne'm eus kavet netra fall ennań, abaoe an deiz m'eo deuet ganeomp betek hiziv.

4  Met pennoł ar Filistined a yeas droug enno a-enep dezhań, hag e lavarjont dezhań: Kas kuit an den-se, ra zistroio d'al lec'h ma ec'h eus e lakaet, ha ra ne ziskenno ket ganeomp d'an emgann, gant aon na drofe en hon enep en emgann. Rak penaos e c'hellfe kavout trugarez e-kichen e vestr? Ha ne vefe ket war-var pennoł hon dud?

5  Ha n'eo ket an David-se an hini a veze lavaret diwar e benn en ur ganań hag en ur zańsal: Saül en deus skoet war e vil, ha David war e zek mil?

6  Akish a c'halvas David hag a lavaras dezhań: An AOTROU a zo bev! Te a zo un den eeun, hag e karjen da welout o tont er-maez hag o vont er c'hamp ganin, rak ne'm eus kavet netra fall ennout abaoe an deiz ma'z out deuet da'm c'havout betek hiziv. Met ne blijez ket d'ar brińsed.

7  Bremań eta distro ha kae e peoc'h, evit ma ne ri netra a zisplije da brińsed ar Filistined.

8  David a lavaras da Akish: Met petra am eus graet? Petra ac'h eus kavet ez servijer, abaoe an deiz ma'z on bet ganit betek hiziv, evit n'afen ket da stourm a-enep enebourien an aotrou va roue?

9  Akish a respontas o lavarout da Zavid: Gouzout a ran, rak plijout a rez din evel un ael a-berzh Doue. Met pennoł ar Filistined o deus lavaret: Ne zeuio ket ganeomp d'ar brezel.

10  Setu perak, sav mintin mat, gant servijerien da aotrou a zo deuet ganit, savit mintin mat, ha kerkent ha ma welot gouloł an deiz, kit kuit.

11  Evel-se David a savas mintin mat, eń hag e dud, evit mont kuit adalek ar beure, hag evit distreiń da vro ar Filistined. Hag ar Filistined a bignas da Jizreel.

 

Pennad 30

1  Pa erruas David hag e dud e Ziklag, d'an trede deiz, an Amalekited o doa en em daolet war vro ar c'hreisteiz ha war Ziklag. Skoet o doa war Ziklag ha devet anezhi.

2  Graet o doa prizonidi ar maouezed a oa eno, ar re vihan hag ar re vras. N'o doa lazhet den, met o c'haset o doa ganto, hag e oant aet gant o hent.

3  David hag e dud a erruas e kźr, ha setu ma oa devet dre an tan, hag o gwragez, o mibien hag o merc'hed a oa bet graet prizonidi.

4  Neuze David hag ar bobl a oa gantań a savas o mouezh hag a ouelas, betek ma n'o doe ken enno a nerzh da ouelań.

5  Div wreg David a oa bet tapet, Akinoam eus Jizreel hag Abigail gwreg Nabal eus Karmel.

6  David a voe en un enkrez bras, rak ar bobl a gomze d'e veinata. Rak an holl bobl o doa an ene leun a c'hwervder, pep hini abalamour d'e vibien ha d'e verc'hed. Met David en em galonekaas en AOTROU e Zoue,

7  hag e lavaras d'an aberzhour Abiatar mab Akimelek: Degas din an efod mar plij. Abiatar a zegasas an efod da Zavid.

8  Neuze David a c'houlennatas an AOTROU o lavarout: Ha redek a rin war-lerc'h ar bagad-se? Ha tapout a rin anezho? Hag e respontas dezhań: Red war o lerc'h, rak a-dra-sur e tapi anezho, hag e tieubi.

9  David a yeas eta gant ar c'hwec'h kant den a oa gantań, hag ec'h errujont betek froud Besor, e-lec'h ma chomas ar re a vane war-lerc'h.

10  Evel-se David ha pevar c'hant den a gendalc'has, ha daou c'hant a chomas, re skuizh evit treuziń ar froud Besor.

11  Kavout a rejont er parkeier un den Ejipsian, a zegasjont da Zavid, hag e rojont dezhań bara, hag e tebras. Hag e rojont dezhań dour da evań.

12  Hag e rojont dezhań ivez fiez sec'h ha daou vlokad rezin sec'h. Debriń a reas hag ec'h adkemeras e spered, rak n'en doa ket debret bara nag evet dour abaoe tri deiz ha teir noz.

13  David a lavaras dezhań: Da biv out, hag a-belec'h e teuez? Hag e respontas: Me 'zo ur paotr Ejipsian, servijer un den Amalekit. Va mestr en deus va dilezet dre ma'z on kouezhet klańv, bremań 'zo tri deiz.

14  Argadet hon eus e kreisteiz ar Geretiz, war zouaroł Juda hag e kreisteiz Kaleb, ha devet hon eus Ziklag dre an tan.

15  David a lavaras dezhań: Ha ren a ri ac'hanon da gavout ar bagad-se? Hag e respontas: Tou din dre Zoue na'm lazhi ket, ha na'm lakai ket etre daouarn va mestr, hag e renin ac'hanout betek ar bagad-se.

16  Hag e renas anezhań, ha setu, e oant a-stlabez war an holl vro, o tebriń, oc'h evań hag o tańsal, en abeg d'ar preizh bras o doa kemeret eus bro ar Filistined hag eus bro Juda.

17  David a skoas warno adalek gouloł-deiz betek abardaez an deiz war-lerc'h. Ne dec'has ket unan anezho, nemet pevar c'hant den yaouank a bignas war gańvaled hag a dec'has kuit.

18  David a adkavas kement o doa kemeret an Amalekited. Adkavout a reas ivez e ziv wreg.

19  Ne vankas nikun dezho, na bihan na bras, na mab na merc'h, na netra eus ar preizh hag eus kement o doa kaset ganto. David a zegasas holl gantań.

20  David a gemeras an holl saout ha deńved, hag ar re a gerzhe e penn ar bagad-se a lavare: Hemań eo preizh David.

21  Neuze David a zeuas da gavout an daou c'hant den a oa  bet re skuizh evit heuliań David, hag en doa lakaet da chom e froud Besor. Hag e teujont en arbenn da Zavid ha d'ar bobl a oa gantań. David a dostaas outo, hag e saludas anezho.

22  Met an holl dud drouk ha fall, a-douez ar re a oa aet gant David, a respontas o lavarout: Pa n'int ket deuet ganeomp, ne roimp dezho netra eus ar preizh hon eus dastumet, nemet da bep hini e wreg hag e vugale. Ra o c'hemerint, ha ma'z aint kuit.

23  Met David a lavaras: Va breudeur, ne reot ket evel-se diwar-benn ar pezh en deus roet an AOTROU deomp, pa en deus hon miret, hag en deus lakaet etre hon daouarn ar bagad a oa deuet en hon enep.

24  Piv a selaoufe ouzhoc'h e kement-se? Lod an hini a ziskenn d'ar brezel ha lod an hini a chom da ziwall an traoł a zle bezań kevatal. Lodennań a raint a-gevret.

25  Kement-se a voe graet adalek an deiz-se, ha deuet eo ur reolenn hag ur c'hustum en Israel betek hiziv.

26  Ha distroet e Ziklag, David a gasas diouzh ar preizh da henaourien Juda, d'e vignoned, o lavarout: Setu un donezon evidoc'h, eus ar preizh tapet war enebourien an AOTROU.

27  Kas a reas d'ar re a oa e Betel, da re a oa e Ramod-ar-C'hreisteiz, d'ar re a oa e Jattir,

28  d'ar re a oa en Aroer, d'ar re a oa e Sifmod, d'ar re a oa en Eshtemoa,

29  d'ar re a oa e Rakal, d'ar re a oa e kźrioł ar Jerakmeeliz, d'ar re a oa e kźrioł ar Genianed,

30  d'ar re a oa en Horma, d'ar re a oa e Kor-Ashan, d'ar re a oa en Atak,

31  d'ar re a oa en Hebron, ha d'an holl lec'hioł m'en doa tremenet drezo, eń hag e dud.

 

Pennad 31

1  Ar Filistined a vrezelas a-enep Israel, ha re Israel a dec'has dirak ar Filistined hag a gouezhas marv war venez Gilboa.

2  Ar Filistined a redas war-lerc'h Saül hag e vibien, hag e lazhjont Jonatan, Abinadab ha Malkishua, mibien Saül.

3  Nerzh an emgann a gouezhas war Saül. Ar waregerien a dizhas anezhań, hag e voe gwall c'hloazet gant ar waregerien.

4  Neuze Saül a lavaras d'an hini a zouge e armoł: Tenn da gleze ha trebarzh-me, gant aon na zeufe an diamdroc'hidi-se da zrougober ouzhin. Met an hini a zouge e armoł ne fellas ket dezhań, rak spouronet e oa. Saül a gemeras e gleze hag en em daolas warnań.

5  Hag an hini a zouge e armoł, o welout e oa marvet Saül, en em daolas, eń ivez, war e gleze hag a varvas.

6  Evel-se e varvas en deiz-se Saül hag e dri mab, hag e holl di a varvas a-gevret.

7  Re Israel a oa en tu all d'an draonienn hag en tu all d'ar Jordan, o welout e tec'he tud Israel hag e oa marvet Saül hag e vibien, a zilezas o c'hźrioł hag a dec'has. Hag ar Filistined a zeuas da chom enno.

8  An deiz war-lerc'h, ar Filistined a zeuas da ziwiskań ar re varv, hag e kavjont Saül hag e dri mab astennet war venez Gilboa.

9  Hag e troc'hjont dezhań e benn hag e tiwiskjont anezhań eus e armoł, a gasjont dre vro ar Filistined, da embann ar c'heloł da diez o idoloł hag e-touez ar bobl.

10  Lakaat a rejont e armoł e ti an Asheraoł, hag e stagjont e gorf ouzh moger Bet-Shan.

11  Tud Jabez e Galaad a glevas kement o doa graet ar Filistined da Saül,

12  hag holl dud kadarn a savas hag a gerzhas e-pad an noz. Kemer a rejont korf Saül ha korfoł e vibien diouzh moger Bet-Shan, hag e tistrojont da Jabez, e-lec'h ma tevjont anezho.

13  Ha neuze e kemerjont o eskern evit o beziań dindan ur wezenn e Jabez, hag e yunjont seizh deiz.