EIL LEVR
AN DANEVELLOŁ
Pennad 1
1 Salomon mab David a startaas en e ren, hag an
AOTROU e Zoue a voe gantań hag a savas anezhań uhel-meurbet.
2 Salomon a gomzas ouzh holl Israel, ouzh ar pennoł a vilieroł hag a gantoł, ouzh ar
varnerien, ouzh holl re vras Israel a-bezh, ar pennoł tadoł.
3 Salomon hag an holl vodadeg gantań a yeas
d'an uhellec'h a oa e Gabaon, rak eno e oa teltenn engalv Doue, an hini en doa
graet Moizez servijer an AOTROU er gouelec'h.
4 Met David en doa degaset arc'h Doue eus Kirjad-Jearim d'al lec'h en doa
kempennet, rak savet en doa eviti un deltenn e Jeruzalem.
5 An aoter arem graet gant Bezaleel mab Uri,
mab Hur, a oa eno dirak tabernakl an AOTROU. Salomon hag ar vodadeg a glaskas
eno...
6 Salomon a ginnigas eno dirak an AOTROU mil
loskaberzh, war an aoter arem a oa dirak teltenn an engalv.
7 En noz-se, Doue en em ziskouezas da Salomon
hag a lavaras dezhań: Goulenn ar pezh a fell dit ma rofen dit.
8 Salomon a respontas da Zoue: Graet ec'h eus
trugarez vras e-keńver David va zad, ha va lakaet ec'h eus da roue en e lec'h.
9 Bremań, AOTROU Doue, ra vo sevenet ar gomz
ac'h eus lavaret da Zavid va zad, rak va lakaet ec'h eus da roue war ur bobl
niverus evel poultr an douar.
10 Ro din bremań furnez ha skiant, evit ma
ouezin en em ren dirak ar bobl-mań. Rak piv a c'hellfe barn da bobl, ar bobl
ken bras-mań?
11 Ha Doue a lavaras da Salomon: Peogwir emań
kement-se ez kalon, ha ne'c'h eus ket goulennet diganin pinvidigezh, na madoł,
na gloar, na marv ar re a gasa ac'hanout, na zoken deizioł niverus, met
goulennet ec'h eus evidout furnez ha skiant, evit barn va fobl am eus da lakaet
roue warni,
13 ar furnez hag ar skiant a zo roet dit. Me a
roio dit ivez pinvidigezh, madoł ha gloar, evel ma n'o deus ket bet ar rouaned
a zo bet araozout, hag evel n'o devo hini ebet war da lerc'h.
13 Hag e tistroas Salomon da Jeruzalem, eus an
uhellec'h a oa e Gabaon, a-zirak teltenn an engalv, hag e renas war Israel.
14 Salomon a zastumas kirri ha marc'hegerien.
Bez' en doa mil pevar c'hant karr ha daouzek mil marc'heger, hag e lakaas
anezho er c'hźrioł ma veze lec'hiet e girri, hag e Jeruzalem e-kichen ar roue.
15 Ar roue a reas d'an arc'hant ha d'an aour
bezań ken boutin e Jeruzalem ha mein, ha d'ar sedrez ken boutin ha sikamor ar
blaenenn.
16 Eus an Ejipt eo e teue ar c'hezeg en doa
Salomon. Ur strollad marc'hadourien a-berzh ar roue a yae d'o c'herc'hat dre
lodenn evit ur priz merket.
17 Lakaat a raed da bignat ha da zont eus an
Ejipt ur c'harr evit c'hwec'h kant sikl arc'hant hag ur marc'h evit kant hag
hanter-kant. Degaset e vezent ivez evit holl rouaned an Hitited hag evit
rouaned Siria.
Pennad 2
1 Salomon a zivizas sevel un ti evit anv a
AOTROU, hag un ti roueel evitań.
2 Ha Salomon a niveras dek mil den ha tri-ugent
evit dougen ar bec'hioł, ha pevar-ugent mil evit benań ar vein er menez, ha tri
mil c'hwec'h kant evit eveshaat anezho.
3 Salomon a gasas da gavout Huram roue Tir, da
lavarout dezhań: Gra evidon evel ma ec'h eus graet evit David va zad, o kas
dezhań sedrez da sevel un ti evit chom ennań.
4 Setu, emaon o vont da sevel un ti da anv an
AOTROU va Doue, evit e ouestlań dezhań, evit ma vo lakaet da vogediń dirazań an
ezańs a c'hwezh-vat, evit ma vo kinniget dalc'hmat dezhań ar baraoł a ginnig,
evit al loskaberzhoł d'ar mintin ha d'an abardaez, d'an deizioł sabad, d'al
loarioł nevez ha da ouelioł an AOTROU hon Doue, ar pezh a vo graet da viken
gant Israel.
5 An ti ez an da sevel a vo bras, rak hon Doue
a zo brasoc'h eget an holl zoueoł.
6 Met piv en defe ar galloud da sevel dezhań un
ti, pa ne c'hellont ket e genderc'hel an neńvoł ha neńvoł an neńvoł? Ha piv
on-me evit sevel dezhań un ti, ma ne vefe nemet da lakaat da vogediń dirazań?
7 Bremań kas eta din un den ampart d'al labourioł
en aour, en arc'hant, en arem, en houarn, e tane, e ruz-bev, e limestra, hag a
oar kizellań engravadurioł, evit ma vo gant tud ampart am eus ganin e Juda hag
e Jeruzalem, ar re en deus kempennet David va zad.
8 Kas din ivez eus al Liban koad sedrez, sapin
ha santal, rak gouzout a ran e oar da servijerien troc'hań koad al Liban. Setu,
va servijerien a vo gant da re.
9 Ra vo kempennet din koad e-leizh, rak an ti
ez an da sevel a vo bras hag hollgaer.
10 Hag e roin da'z servijerien a droc'ho pe a ziskaro
ar c'hoad, ugent mil kor (~ 6000
metr-dińs) gwinizh dornet, ugent mil kor heiz, ugent mil bat (~ 600 metr-dińs) gwin, ugent mil bat
eoul.
11 Huram roue Tir a respontas en ur skrid a
gasas da Salomon: Dre ma kar an AOTROU e bobl eo en deus da lakaet da roue
warno.
12 Hag Huram a lavaras: Benniget ra vo an AOTROU
Doue Israel, en deus graet an neńvoł hag an douar, en deus roet d'ar roue David
ur mab fur gant skiant-varn ha meiz, a ya da sevel un ti d'an AOTROU hag un ti
roueel evitań.
13 Kas a ran dit eta un den ampart ha skiantek:
Huram-Abi,
14 mab da ur vaouez eus merc'hed Dan, hag e dad
a oa un den eus Tir. Mailh eo d'al labourioł en aour, en arc'hant, en arem, en
houarn, e mein, e koad, e tane, e limestra, e lin fin, e ruz-bev, hag e oar
kizellań a bep seurt engravadurioł, hag ijinań a bep seurt oberennoł arz a vo
roet dezhań d'ober. Labourat a raio gant da dud ampart ha gant tud ampart va
aotrou David da dad.
15 Ha bremań ra gaso va aotrou d'e servijerien
ar gwinizh, an heiz, an eoul hag ar gwin en deus lavaret.
16 Ha ni a droc'ho koad eus al Liban, kement ha
ma vo ezhomm, hag o c'hasimp dit war radelloł dre vor betek Jafo, ha te o
zreuzdougo betek Jeruzalem.
17 Salomon a niveras an holl ziavaezidi a oa e
bro Israel goude an niveradeg en doa graet David e dad. Kavet e voe kant tri
mil hag hanter-kant chwech kant.
18 Hag e lakaas dek mil ha tri-ugent da zougen
bec'hioł, pevar-ugent mil evit benań ar vein er menez, ha tri mil c'hwec'h kant
da eveshaat ar bobl o labourat.
Pennad 3
1 Salomon a stagas da sevel ti an AOTROU e
Jeruzalem, war Venez Moria a oa bet diskouezet da Zavid e dad, el lec'h
end-eeun kempennet gant David, war leur
Ornan ar Jebuzad.
2 Hag e krogas da sevel d'an eil deiz eus an
eil miz, er pevare bloaz eus e ren.
3 Ha setu ar sol merket gant Salomon evit sevel
ti Doue: an hirder en ilinadoł a vuzul kozh, tri-ugent ilinad (~ 30 m); al ledander, ugent ilinad (~ 10 m).
4 Ar porched, dirak an ti, en doa ugent ilinad
a hirder, hervez ledander an ti; hag e uhelder a oa kant ugent ilinad (~ 60 m). Goleiń a reas anezhań en
diabarzh gant aour glan.
5 Gwiskań a reas an ti bras a goad sapin, hag e
wiskas anezhań a aour puraet. Hag e lakaas warnań palmezennoł ha chadennołigoł.
6 Goleiń a reas an ti gant mein prizius evel
kinkladur. An aour a oa aour eus Parvaim.
7 Gwiskań a reas a aour an ti, an treustoł, an
treuzoł, ar mogerioł hag an dorojoł. Hag ec'h engravas cherubined war ar
mogerioł.
8 Ober a reas ivez ti al lec'h santel-meurbet.
E hirder a oa ugent ilinad, ouzh ledander an ti, hag e ledander a oa ugent
ilinad. E wiskań a reas a aour glan, evit c'hwec'h kant talant (~ 18 tonenn).
9 Pouez an tachoł a oa hanter-kant sikl (~ 500 g) aour. Gwiskań a reas ivez a
aour ar c'hambroł uhel.
10 E ti al lec'h santel-meurbet e reas daou cherubin,
un oberenn gizellet, hag e c'holoas anezho gant aour.
11 Hirder eskell ar cherubined a oa ugent
ilinad. Un askell eus unan anezho, hir a bemp ilinad (~ 2,5 m), a stoke ouzh moger an ti, hag an askell all, hir a bemp
ilinad, a stoke ouzh askell ar cherubin all.
12 Hag un askell eus ar cherubin all, hir a bemp
ilinad, a stoke ouzh moger an ti, hag an askell all, hir a bemp ilinad, a stoke
ouzh askell ar cherubin kentań.
13 Eskell displeget ar cherubined-se o doa un
hirder a ugent ilinad. En em zerc'hel a raent en o sav war o zreid, o dremmoł
troet etrezek an ti.
14 Ober a reas ar ouel gant limestra, tane,
ruz-bev, ha lin fin, hag e skeudennas warni cherubined.
15 Dirak an ti e reas div golonenn a bemp ilinad
ha tregont (~ 17 m) a hirder, hag an dogenn
a oa war o fenn he doa pemp ilinad.
16 Ober a reas chadennołigoł evel er santual,
hag o lakaas war-grec'h ar c'holonennoł. Hag e reas kant greunadez a lakaas
ouzh ar chadennołigoł.
17 Hag e savas ar c'holonennoł dirak an templ,
unan a-zehou hag eben a-gleiz. An hini dehou a anvas Jakin (= lakaet e vo gantań), hag an hini gleiz
Boaz (= ennań an nerzh).
Pennad 4
1 Ober a reas ivez un aoter arem, en doa ugent
ilinad a hirder, ugent ilinad a ledander, ha dek ilinad a uhelder.
2 Ober a reas ur mor e metal teuzet, en doa dek
ilinad (~ 5 m) eus ur riblenn d'eben.
Kelc'hiek e oa e dro, hag en doa pemp ilinad uhelder. Ha tro-dro dezhań e oa ur
gordenn a dregont ilinad.
3 Ha dindanań e oa dremmoł ejened tro-dro, dek
dre bep ilinad, o kelc'hiań ar mor. Bez' e oa div renk ejened, teuzet gantań en
un deuzadenn hepken.
4 Lakaet e oa war zaouzek ejen, tri a oa troet
etrezek an hanternoz, tri etrezek ar c'huzh-heol, tri etrezek ar c'hreisteiz,
tri etrezek ar sav-heol. Ar mor a oa warno, o holl ziadreoł a oa troet ouzh an
diabarzh.
5 E devder en doa ur palvad (~ 9 cm), e riblenn a oa evel riblenn un
hanaf gant flourdiliz, hag e kendalc'he tri mil bat (~ 90 metr-dińs).
6 Ober a reas dek kirin, hag e lakaas pemp
anezho a-zehou ha pemp a-gleiz, evit gwalc'hiń. Gwalc'hiń a raent enno ar pezh
a oa evit al loskaberzhoł. Ar mor a oa evit gwalc'hidigezh an aberzhourien.
7 Ober a reas dek kantolor aour, hervez an
doare dereat, hag o lakaas en templ, pemp a-zehou ha pemp a-gleiz.
8 Ober a reas dek taol hag o lakaas en templ,
pemp a-zehou ha pemp a-gleiz. Ober a reas kant hanaf aour.
9 Ober a reas leurenn an aberzhourien, al
leurenn vras, hag an dorojoł evit al leurenn-se, hag e choloas gant arem an
dorojoł-se.
10 Hag e lakaas ar mor en tu dehou, etrezek ar
sav-heol, an diaraog ouzh ar c'hreisteiz.
11 Huram a reas ar podoł, ar palioł hag an hanafoł. Hag Huram a echuas da ober al
labour a rae evit ar roue Salomon e ti Doue:
12 div golonenn, gant ar bolzennoł hag an
togennoł a oa war benn an div golonenn, an div roued evit goleiń div volzenn an
togennoł a oa war benn ar c'holonennoł,
13 pevar c'hant greunadez evit an div roued, div
renk greunadez da bep roued, evit goleiń div volzenn an togennoł a oa war benn
ar c'holonennoł,
14 ar sichennoł, hag ar c'hirinoł war ar sichennoł,
15 ur mor, hag an daouzek ejen dindanań,
16 ar
podoł, ar palioł, ar fourchetezioł, hag o holl listri; Huram-Abi a reas
anezho d'ar roue Salomon, evit ti an AOTROU, en arem lufret.
17 Ar roue a lakaas da deuziń anezho e plaenenn
ar Jordan, er poull-pri etre Sukkod ha Zereda.
18 Salomon a reas an holl draoł-se en niver
bras, ha ne soursied ket ouzh pouez an arem.
19 Salomon a reas ivez an holl draoł evit ti an
AOTROU, an aoter aour, an taolioł a veze lakaet ar baraoł a ginnig warno,
20 ar c'hantolorioł, gant o lampoł aour glan,
evit enaouiń dirak ar santual hervez urzh,
21 ar bleuńv, al lampoł, ar gevelioł aour, eus
un aour dispar,
22 ar c'hontilli, ar c'hirinoł, an tasoł, an
ezańsoueroł, en aour glan. Diwar-benn digor an ti, dorojoł an diabarzh, da
lavarout eo al lec'h santel-meurbet, ha dorojoł an ti, da lavarout eo, an
templ, a oa en aour.
Pennad 5
1 Evel-se e voe echuet an holl labour a reas
Salomon evit ti an AOTROU. Goude-se, Salomon a zegasas ar pezh a oa bet gouestlet
gant David e dad: an arc'hant, an aour hag an holl listri, a lakaas e teńzorioł
ti Doue.
2 Neuze Salomon a zastumas e Jeruzalem
henaourien Israel, holl bennoł ar meuriadoł, ha pennoł-tadoł mibien Israel, evit dougen arc'h emglev an AOTROU eus kźr David, a zo Sion.
3 Holl dud Israel en em zastumas e-kichen ar
roue evit gouel ar seizhvet miz.
4 Holl henaourien Israel a zeuas, hag al
Levited a zougas an arc'h.
5 Dougen a rejont an arc'h, teltenn an engalv,
hag an holl listri santel a oa en deltenn. An aberzhourien hag al Levited a
zougas anezho.
6 Ar roue Salomon hag holl vodadenn Israel
dastumet en e gichen a oa dirak an arc'h, oc'h aberzhiń deńved hag ejened, en
niver ken bras ma ne c'hellent ket o c'hontań nag o niveriń.
7 An aberzhourien a zougas arc'h emglev an
AOTROU d'e lec'h, e santual an ti, d'al lec'h santel-meurbet, dindan eskell ar
cherubined.
8 Rak ar cherubined a astenne o eskell war
lec'h an arc'h, hag ar cherubined a c'holoe an arc'h hag he barrennoł,
a-zioc'h.
9 Ar barennoł a oa hir en doare ma veze gwelet
o fennoł a-raok an arc'h dirak ar santual, met ne vezent ket gwelet a-ziavaez.
Hag ez int eno betek hiziv.
10 Ne oa en arc'h nemet an div daolenn, en doa
lakaet Moizez enni en Horeb, pa reas an AOTROU un emglev gant mibien Israel pa
oant deuet er-maez eus an Ejipt.
11 Ha pa zeuas er-maez an aberzhourien eus al
lec'h santel, rak an holl aberzhourien a oa eno o doa en em santelaet hep
mirout ar c'hevrennoł,
12 ha pa en em zalc'has ouzh sav-heol an aoter
al Levited, a oa kanerien, Azaf, Heman, Jedutun, hag o mibien hag o breudeur,
gwisket a lin fin, gant simbalennoł, lourennoł ha telennoł, ha ganto kant ugent
aberzhour o seniń trompilhoł,
13 ha pa voe unanet, evel un den hepken, ar re a
sone an trompilhoł gant ar re a gane, o reiń da glevout o mouezhioł a-unvan
evit meuliń ha trugarekaat an AOTROU, gant son an trompilhoł, ar simbalennoł
hag ar binvioł all, hag o veuliń an AOTROU o lavarout: Rak mat eo, rak e
drugarez a bad da viken! e c'hoarvezas ma voe leuniet ti an AOTROU gant ur
goabrenn.
14 An aberzhourien ne c'hellent ket en em
zerc'hel ennań evit ober ar servij, en abeg d'ar goabrenn, rak gloar an AOTROU
he doa leuniet ti Doue.
Pennad 6
1 Neuze Salomon a lavaras: An AOTROU en deus
lavaret e vefe o chom en deńvalijenn.
2 Ha me am eus savet un ti evit da lojeiz, un
annezlec'h evit ma vi o chom ennań da viken!
3 Ar roue a droas e zremm, hag a vennigas holl
vodadenn Israel. Holl vodadenn Israel a oa en he sav.
4 Hag e lavaras: Benniget ra vo an AOTROU Doue
Israel, en deus komzet gant e c'henou ouzh David va zad, hag en deus sevenet
gant e zorn ar pezh en doa lavaret evel-henn:
5 Abaoe an deiz ma em eus lakaet va fobl da
zont kuit eus bro Ejipt, ne'm eus dibabet kźr ebet e-touez holl veuriadoł
Israel evit sevel un ti enni, evit ma vefe va anv aze, ha ne'm eus dibabet den
ebet da vezań rener war va fobl Israel,
6 met bremań em eus dibabet Jeruzalem evit ma
vo va anv enni, ha dibabet em eus David da vezań war va fobl Israel.
7 Ha David va zad en doa c'hoant da sevel un ti
evit anv an AOTROU Doue Israel.
8 Met an AOTROU a lavaras da Zavid va zad: Pa
ec'h eus bet c'hoant da sevel un ti da'm anv, ec'h eus graet mat kaout ar
mennozh-se.
9 Koulskoude ne vo ket te a savo an ti-mań, met
da vab, a zeuio ac'hanout, a vo an hini a savo an ti-mań da'm anv.
10 An AOTROU en deus sevenet e gomz en doa
disklźriet. Deuet on war-lerc'h David va zad, hag azezet on war dron Israel,
evel m'en doa lavaret an AOTROU, ha savet em eus an ti-mań da anv an AOTROU
Doue Israel.
11 Ha lakaet em eus ennań an arc'h, e-lec'h
m'emań emglev an AOTROU, an hini en deus graet gant mibien Israel.
12 Hag en em zalc'has en e sav dirak aoter an
AOTROU, a-dal da holl vodadenn Israel, hag ec'h astennas e zaouarn.
13 Rak Salomon en doa graet ur savenn en arem, en
doa lakaet e-kreiz al leurenn; he hirder a oa pemp ilinad (~ 2,5 m), he ledander pemp ilinad, hec'h uhelder tri ilinad (~ 1,5 m). Hag en em zalc'has warni, hag
e taoulinas a-dal da holl vodadenn Israel, hag ec'h astennas e zaouarn etrezek
an neńvoł,
14 hag e lavaras: O AOTROU Doue Israel! N'eus
Doue ebet eveldout, nag en neńvoł na war an douar, o virout an emglev hag an
drugarez e-keńver da servijerien a gerzh dirazout a-greiz o holl galon.
15 Dalc'het ec'h eus e-keńver da servijer David
va zad d'ar pezh az poa prometet dezhań. Hag ar pezh ac'h eus lavaret gant da
c'henoł, da zorn en deus e sevenet, evel ma weler hiziv.
16 Bremań eta, AOTROU Doue Israel, dalc'h
e-keńver da servijer David d'ar pezh az poa prometet dezhań, o lavarout: Ne
vanki ket da gavout ur warlerc'hiad dirazon azezet war dron Israel, gant ma
lakaio da vibien evezh d'o hent, evit kerzhout em lezenn evel ma ec'h eus
kerzhet dirazon.
17 Ha bremań, AOTROU Doue Israel, ra vo
peurc'hraet ar gomz ac'h eus disklźriet da Zavid da servijer.
18 Ha gwir e vefe e chomfe Doue war an douar
gant an dud? Setu, an neńvoł, zoken neńvoł an neńvoł ne c'hellont ket da
genderc'hel, pegement nebeutoc'h an ti-mań am eus savet dit?
19 Koulskoude, AOTROU va Doue, taol evezh ouzh
pedenn da servijer hag ouzh e c'houlenn, selaou ouzh ar griadenn hag ar bedenn
a ra da servijer dirazout.
20 Ra vo da zaoulagad digor, deiz ha noz, war an
ti-mań, war al lec'h ma ec'h eus lavaret e vefe lakaet da anv e-barzh. Selaou
ar bedenn a ra da servijer dit el lec'h-mań.
21 Selaou goulennoł da servijer ha da bobl
Israel pa bedint el lec'h-mań, selaou anezho eus an neńvoł, eus al lec'h emaout
o chom, selaou ha pardon!
22 P'en devo pec'het unan bennak a-enep e nesań,
hag e vo lakaet warnań ober ul le evit ober dezhań touiń, ma teuio d'ober e le
dirak da aoter en ti-mań,
23 selaou-eń eus an neńvoł, gra ha barn da
servijerien, en ur reiń e c'hopr d'an den fall dre lakaat e hent da gouezhań
war e benn, hag en ur reishaat an den reizh dre reiń dezhań hervez e reizhder.
24 Pa vo bet pilet da bobl Israel gant hec'h
enebour, evit bezań pec'het a-enep dit, mar distroont, mar roont gloar da'z
anv, mar reont dit pedennoł ha goulennoł en ti-mań,
25 selaou anezho eus an neńvoł, pardon pec'hed
da bobl Israel, degas anezho d'an douar ac'h eus roet dezho ha d'o zadoł.
26 Pa vo serret an neńvoł ha ne vo ket a c'hlav,
evit bezań pec'het a-enep dit, mar pedont ac'hanout el lec'h-mań, mar roont
gloar da'z anv, mar distroont diouzh o fec'hedoł dre ma ez po kastizet anezho,
27 selaou anezho eus an neńvoł, pardon pec'hed
da servijerien ha da bobl Israel, en ur gelenn dezho an hent mat, a zo ret
dezho kerzhout gantań, ha kas glav war an douar ac'h eus roet da hźrezh da'z
pobl.
28 Pa vo er vro an naonegezh pe ar vosenn pe ar
mergl pe an intr pe ar c'hilheien-raden
pe ar preńvedigoł, pa vint sezizet en o bro hag en o dorojoł gant o enebourien,
pa vo ur gouli pe ur c'hleńved bennak,
29 mar gra unan bennak pe da holl bobl Israel ur
bedenn bennak pe ur goulenn bennak, mar anzav pep hini e c'houli pe e c'hlac'har
hag ec'h astenn e zaouarn etrezek an ti-mań,
30 selaou anezho eus an neńvoł, eus al lec'h
emaout o chom, pardon, ha ro da bep hini hervez e holl hentoł, te hag a anavez
e galon, rak te da-unan a anavez kalonoł mibien an dud.
31 Evel-se o devo doujańs ouzhit, evit kerzhout
war da hentoł e-pad an holl amzer ma vevint war an douar ac'h eus roet d'hon
tadoł.
32 Pa zeuio an diavaeziad ivez, an hini na vo
ket eus da bobl Israel, eus ur vro bell, en abeg da'z anv bras, da'z torn kreńv
ha da'z prec'h astennet, pa zeuio da bediń d'an ti-mań,
33 selaou anezhań eus an neńvoł, eus al lec'h
emaout o chom, ha gra kement a c'houlenno an diavaeziad-se diganit, evit ma'c'h
anavezo holl bobloł an douar da anv, ma toujint ac'hanout evel da bobl Israel,
ha ma ouezint ez eo da anv galvet war an ti-mań am eus savet.
34 Pa'z aio da bobl er-maez d'ar brezel a-enep
hec'h enebourien, dre an hent ma ez po kaset anezho, mar pedont ac'hanout o
sellout etrezek ar gźr-mań ac'h eus dibabet, hag etrezek an ti-mań am eus savet
da'z anv,
35 selaou eus an neńvoł o fedenn hag o goulenn,
ha gra reizhder dezho.
36 P'o devo pec'het a-enep dit, rak n'eus den ha
na bec'h ket, hag e vi fuloret a-enep dezho, hag e roi anezho d'o enebourien,
hag e vint harluet d'ur vro bell pe dost gant ar re o devo o zapet,
37 mar deuont enno o-unan er vro ma vint harluet
enni, mar pedont o kaout keuz e bro o harlu, o lavarout: Pec'het hon eus, graet
hon eus an droug, en em renet hon eus gant fallentez,
38 mar distroont da'z kavout a-greiz o holl
galon hag o holl ene e bro o harlu ma vint harluet enni, mar pedont o sellout
etrezek o bro ac'h eus roet d'o zadoł, etrezek ar gźr-mań ac'h eus dibabet, hag
etrezek an ti-mań am eus savet da'z anv,
39 selaou eus an neńvoł, eus al lec'h emaout o
chom, o fedenn hag o goulenn, gra reizhder dezho, pardon da'z pobl he devo
pec'het a-enep dit.
40 Bremań eta, va Doue, ra vo da zaoulagad digor
ha da zivskouarn evezhiek ouzh ar bedenn graet el lec'h-mań.
41 Bremań eta, va Doue, sav ha deus da lec'h da ziskuizh,
te hag arc'h da nerzh. AOTROU Doue, ra vo da aberzhourien gwisket a
silvidigezh, ha ra laouenaio da re garet mat en o eurvad.
42 AOTROU Doue, na gas ket da olevad kuit, az
pez sońj eus da drugarezioł roet da Zavid da servijer.
Pennad 7
1 P'en doe echuet Salomon da bediń, an tan a
ziskennas eus an neńvoł hag a zevas al loskaberzh hag an aberzhoł, ha gloar an
AOTROU a leunias an ti.
2 An aberzhourien ne c'hellent ket mont e-barzh
ti an AOTROU, rak gloar an AOTROU he doa leuniet ti an AOTROU.
3 Holl vibien Israel a welas an tan ha gloar an
AOTROU o tiskenn war an ti, hag e plegjont, o dremm d'an douar war al leur, hag
e stoujont, hag e veuljont an AOTROU, o lavarout: Rak mat eo, rak e drugarez a
bad da viken!
4 Ar roue hag an holl bobl a ginnigas aberzhoł
dirak an AOTROU.
5 Hag ar roue Salomon a ginnigas un aberzh a
zaou vil ejen warn-ugent ha kant ugent mil dańvad. Evel-se ar roue hag an holl bobl a reas dedi ti Doue.
6 An aberzhourien en em zalc'he en o c'harg,
kenkoulz hag al Levited gant binvioł an AOTROU en doa graet ar roue David evit
meuliń an AOTROU, pa veule David drezo, o lavarout: Rak e drugarez a bad da
viken!. An aberzhourien ivez a sone trompilhoł dirazo, hag holl Israel en em
zalc'he en o sav.
7 Salomon a santelaas kreiz al leurenn a oa
dirak ti an AOTROU, rak kinnig a reas eno al loskaberzhoł ha lard an aberzhoł a
drugarekadennoł, rak an aoter arem graet gant Salomon ne c'helle ket
kenderc'hel al loskaberzhoł, an donezonoł hag al lard.
8 Salomon a lidas ar gouel en amzer-se e-pad
seizh devezh, hag holl Israel gantań. Bez' e oa ur vodadenn vras-meurbet, deuet
adalek dor Hamad betek froud an Ejipt.
9 D'an eizhvet deiz e rejont ur vodadeg veur,
rak graet o doa dedi an aoter e-pad seizh devezh hag ar gouel e-pad seizh
devezh.
10 D'an trede deiz warn-ugent eus ar seizhvet
miz, e kasas ar bobl kuit d'o zeltennoł, laouen ha seder en o c'halonoł, en
abeg d'ar vad en doa graet an AOTROU da Zavid, da Salomon ha da Israel e bobl.
11 Salomon a echuas eta ti an AOTROU ha ti ar
roue. Hag e sevenas kement tra en doa bet c'hoant d'ober en e galon e ti an
AOTROU hag en e hini.
12 An AOTROU en em ziskouezas da Salomon e-pad
an noz hag a lavaras dezhań: Selaouet em eus da bedenn ha dibabet em eus al
lec'h-mań evit un ti-aberzh.
11 Pa serrin an neńvoł ha ne vo ket a c'hlav, pa
c'hourc'hemennin d'ar c'hilheien-raden debriń ar
vro, pa gasin ar vosenn e-touez va fobl,
14 mar en em izela va fobl, a zo galvet va anv
warni, mar pedont ha mar klaskont va dremm, mar distroont eus o hentoł fall, me
a selaouo anezho eus an neńvoł, hag e pardonin o fec'hedoł, hag e yac'hain o
bro.
15 Va zaoulagad a vo atav digor, ha va
divskouarn a vo evezhiek ouzh ar bedenn graet el lec'h-mań.
16 Bremań em eus dibabet ha santelaet an ti-mań
evit ma vo va anv ennań da viken. Va daoulagad ha va c'halon a vo ennań da
viken.
17 Ha te, mar kerzhez dirazon evel m'en deus
kerzhet David da dad, oc'h ober kement a c'hourc'hemennan dit, mar mirez va
reolennoł ha va barnedigezhioł,
18 e startain tron da rouantelezh, evel ma em
eus prometet da Zavid da dad, o lavarout: Ne vanki ket da gavout ur
warlerc'hiad da ren war Israel.
19 Met mar distroit, mar dilezit va reolennoł ha
va gourc'hemennoł am eus lakaet dirazoc'h, ha mard it da servijań doueoł all ha
da stouiń dirazo,
20 me a ziframmo ac'hanoc'h eus va bro am eus
roet deoc'h, me a daolo pell diouzhin an ti-mań am eus santelaet da'm anv, hag
e rin dezhań bezań ur vojenn hag ur goapaerezh e-touez an holl bobloł.
21 An ti-mań a zo savet ken uhel ma vo souezhet
piv bennak a dremeno en e gichen, hag e lavaro: Perak en deus graet an AOTROU
evel-se d'ar vro-mań ha d'an ti-mań?
22 Hag e vo respontet: Dre m'o deus dilezet an
AOTROU, Doue o zadoł, en deus lakaet anezho da zont kuit eus bro Ejipt, ha dre
m'o deus en em staget ouzh doueoł all, ha stouet dirazo ha servijet anezho. En
abeg da-se eo en deus lakaet an holl boanioł-se da zont warno.
Pennad 8
1 Hag e c'hoarvezas, a-benn ugent vloaz, ma voe
savet gant Salomon ti an AOTROU hag e di,
2 hag ivez ar c'hźrioł en doa roet Huram dezhań.
Ha Salomon a lakaas mibien Israel da chom enno.
3 Salomon a gerzhas a-enep Hamad eus Zoba, hag
e tapas anezhi.
4 Sevel a reas Tadmor er gouelec'h, hag e savas
an holl gźrioł a servije da diez-dastum e bro Hamad.
5 Sevel a reas Bet-Horon-Uhelań ha Bet-Horon-Izelań, kźrioł kreńv gant mogerioł,
dorojoł ha prennoł,
6 ha Baalad, hag an holl gźrioł a servije da
diez-dastum en doa Salomon, an holl gźrioł evit ar c'hirri, ar c'hźrioł evit e
varc'hegerien, ha kement a c'hoantae Salomon sevel e Jeruzalem, el Liban, hag
en holl vro dindan e vestroni.
7 Hag an holl bobl a vane eus an Hitited, eus
an Amoreaned, eus ar Ferezianed, eus an Havianed hag eus ar Jebuziz, ar re ne
oant ket eus Israel,
8 o diskennidi a oa chomet war o lerc'h er vro,
ha ne oant ket bet distrujet gant mibien Israel, Salomon a sujas anezho da
anerioł betek hiziv.
9 Salomon ne lezas hini ebet eus mibien Israel
da vezań evel sklav d'e labourioł, met ar re-mań a oa tud a vrezel, pennoł eus
e ofiserien, ha pennoł eus e girri hag e varc'hegerien.
10 Ar pennoł lakaet gant ar roue Salomon da
eveshaat ar bobl a oa daou c'hant hanter-kant.
11 Salomon a lakaas da bignat merc'h Faraon eus
kźr David d'an ti en doa savet eviti, rak lavarout a reas: Va gwreg ne vo ket o
chom e ti David roue Israel, rak al lec'hioł ma'z eo aet ennań arc'h an AOTROU
a zo santel.
12 Neuze Salomon a ginnigas loskaberzhoł d'an
AOTROU, war aoter an AOTROU en doa savet dirak ar porched.
13 Hag e kinnige bemdez ar pezh a oa bet
gourc'hemennet gant Moizez, d'an deizioł sabad, d'al loarioł nevez, d'ar
gouelioł meur, teir gwech ar bloaz: gouel ar bara hep goell, gouel ar
sizhunioł, gouel al logelloł.
14 Lakaat a reas, hervez urzh David, kevrennoł
an aberzhourien hervez o servijoł, hag al Levited hervez o c'hargoł, evit meuliń
hag evit servijań dirak an aberzhourien, hervez ar servij pemdeziek, hag ar
borzhierien hervez o c'hevrennoł, ouzh pep dor; rak evel-se en doa
gourc'hemennet David, den Doue.
15 Ne bellajont ket diouzh gourc'hemenn ar roue
diwar-benn an aberzhourien hag al Levited, evit netra ebet, nag evit an
teńzorioł.
16 Evel-se e voe kempennet holl labour Salomon,
betek an deiz ma voe diazezet ti an AOTROU, ha betek ma voe echuet. Hag evel-se
e voe peurc'hraet ti an AOTROU.
17 Neuze Salomon a yeas da Ezion-Geber ha da
Elod, war ribl ar mor, e bro Edom.
18 Huram a gasas dezhań, dindan ren e
servijerien, listri ha servijerien oc'h anavezout ar mor. Mont a rejont gant
servijerien Salomon da Ofir, hag e kemerjont eno pevar c'hant hanter-kant
talant (~ 13500 kg) aour, a zegasjont
d'ar roue Salomon.
Pennad 9
1 Rouanez Seba, o vezań klevet brud Salomon, a
zeuas da Jeruzalem da amprouiń Salomon dre luziadelloł. Un heuliad bras he doa,
gant kańvaled o tougen louzoł-frondus, aour e-leizh ha mein prizius. Dont a
reas da gavout Salomon, hag e komzas gantań eus kement he doa en he c'halon.
2 Salomon a zisplegas dezhi diwar-benn he holl
luziadelloł, ha ne voe netra na intentas ket Salomon ha na zisplegas ket dezhi.
3 Rouanez Seba, o welout furnez Salomon, an ti
en doa savet,
4 meuzioł e daol, annezlec'hioł e servijerien,
urzh ha gwiskamant a re a servije, e hanaferien hag o gwiskamant, ar grec'henn
a gase da di an AOTROU, a voe holl er-maez anezhi hec'h-unan.
5 Hag e lavaras d'ar roue: Gwir eo ar pezh am
eus klevet em bro diwar-benn da stad ha da furnez.
6 Ne greden ket ar pezh a lavared, betek ma'z
on deuet ha ma o deus gwelet va daoulagad. Ha setu, ne oa lavaret din nemet an
hanter eus da furnez vras. Tremen a rez kement am boa klevet eus da vrud.
7 Eürus eo da dud! Eürus da servijerien en em
zalc'h bepred dirazout hag a selaou da furnez!
8 Ra vo benniget an AOTROU da Zoue, en deus
kavet e blijadur ennout, evit da lakaat war e dron evel roue evit an AOTROU da
Zoue! Dre ma kar da Zoue Israel, evit e lakaat da badout da viken, eo en deus
da lakaet warno evel roue, evit ober eeunder ha reizhder.
9 Hag e roas d'ar roue kant ugent talant (~ 3600 kg) aour, louzoł-frondus e-leizh,
ha mein prizius. Ha ne voe ken a louzoł-frondus evel ar re a roas rouanez Seba
d'ar roue Salomon.
10 Servijerien Huram ha servijerien Salomon, ar
re o doa degaset aour eus Ofir, a zegasas ivez koad santal ha mein prizius.
11 Gant ar c'hoad santal-se e reas ar roue
skalieroł evit ti an AOTROU hag evit ti ar roue, ha telennoł ha lourennoł evit
ar ganerien. Ne oa ket bet gwelet diagent reoł heńvel e bro Juda.
12 Ar roue Salomon a roas da rouanez Seba kement
a c'hoantaas, ar pezh a c'houlennas, muioc'h eget n'he doa degaset d'ar roue,
hag e tistroas hag ez eas d'he bro, hi hag he servijerien.
13 Pouez an aour a zeue da Salomon bep bloaz a
oa c'hwec'h kant c'hwec'h ha tri-ugent talant (~ 20 tonenn) aour;
14 hag ouzhpenn-se e oa ar pezh a zegase ar
werzherien hag ar varc'hadourien. Holl rouaned Arabia, ha gouarnourien ar
broioł-se a zegase aour hag arc'hant da Salomon.
15 Ar roue Salomon a reas daou-c'hant skoed aour
morzholiet, o lakaat da-se c'hwec'h kant sikl (~ 6 kg) aour evit pep skoed,
16 ha tri c'hant skoed bihanoc'h en aour
morzholiet, o lakaat tri c'hant sikl (~ 3
kg) aour evit pep skoed. Ar roue a lakaas anezho e ti koad al Liban.
17 Ar roue a reas ivez un tron olifant bras, a
c'holoas gant aour glan.
18 An tron en doa c'hwec'h derez, ur skabell
aour staget ouzh an tron, brenkoł a bep tu d'ar gador, ha daou leon en em
zalc'he e-kichen ar brenkoł.
19 Bez' e oa ivez eno daouzek leon war ar
c'hwec'h derez, a bep tu. Netra heńvel ne oa bet graet e rouantelezh ebet.
20 Holl hanafoł ar roue Salomon a oa en aour,
hag holl listri ti koad al Liban a oa en aour glan. Netra ne oa en arc'hant. Ne
veze graet van ebet anezhań en deizioł Salomon.
21 Rak batimantoł ar roue a yae da Darsiz gant
servijerien Huram, hag ur wech bep tri bloaz, e teue en-dro batimantoł Tarsiz
da zegas aour, arc'hant, olifant, marmouzien ha pauned.
22 Evel-se ar roue Salomon a voe brasoc'h eget
holl rouaned an douar, dre e binvidigezh hag e furnez.
23 Holl rouaned an douar a glaske dremm Salomon,
evit klevout ar furnez en doa lakaet Doue en e galon.
24 Pep hini anezho a zegase e brof, listri
arc'hant, listri aour, dilhad, armoł, louzoł-frondus, kezeg, muled, bloaz dre
vloaz.
25 Salomon en doa pevar mil kraou-kezeg, kirri,
ha daouzek mil marc'heger, a lakaas er c'hźrioł ma veze dalc'het e girri hag
e-kichen ar roue e Jeruzalem.
26 Hag e rene war an holl rouaned adalek ar stźr
betek bro ar Filistined ha betek harzoł an Ejipt.
27 Hag ar roue a reas d'an arc'hant bezań e
Jeruzalem evel ar vein, ha d'ar sedrez ken niverus hag ar sikamor a zo er
blaenenn.
28 Tennet e voe kezeg evit Salomon, eus Ejipt
hag eus an holl vroioł.
29 Diwar-benn nemorant oberoł Salomon, ar re
gentań hag ar re ziwezhań, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr Natan ar
profed, hag e profediezh Akija eus Silo, hag e gweledigezh Jeedo ar gwelour,
diwar-benn Jeroboam mab Nebad?
30 Salomon a renas daou-ugent vloaz e Jeruzalem
war holl Israel.
31 Ha Salomon a c'hourvezas gant e dadoł, hag e
voe sebeliet e kźr David e dad. Ha Roboam e vab a renas en e lec'h.
Pennad 10
1 Roboam a yeas da Sichem, rak holl Israel a oa
deuet da Sichem evit e lakaat da roue.
2 Pa glevas Jeroboam mab Nebad kement-se, e oa
en Ejipt, e-lec'h ma oa tec'het a-zirak ar roue Salomon; neuze e tistroas eus
an Ejipt.
3 Kaset e voe da c'hervel anezhań. Jeroboam hag
holl Israel a zeuas hag a gomzas ouzh Roboam o lavarout:
4 Da dad en deus lakaet warnomp ur yev pounner.
Skańva bremań kargoł kalet da dad hag ar yev pounner en deus lakaet warnomp,
hag e servijimp ac'hanout.
5 Hag e lavaras dezho: Distroit da'm c'havout
a-benn tri deiz; hag ar bobl a yeas kuit.
6 Ar roue Roboam a c'houlennas ali digant ar re
gozh a oa bet e-kichen Salomon e dad pa oa bev, o lavarout: Peseurt respont am
c'huzuilhit d'ober d'ar bobl-se?
7 Hag e respontjont dezhań evel-henn: Mar bezez
mat e-keńver ar bobl-se, mar plijez dezho, mar lavarez dezho komzoł madelezhus,
e vint da servijerien da viken.
8 Met dilezel a reas an ali o doa roet dezhań
ar re gozh, hag e c'houlennas ali digant ar re yaouank o doa kresket gantań hag
en em zalc'he dirazań.
9 Hag e lavaras dezho: Peseurt respont am
c'huzuilhit d'ober d'ar bobl-se he deus komzet ouzhin o lavarout: Skańva ar yev
en deus lakaet da dad warnomp?
10 Hag ar re yaouank o doa kresket gantań a
respontas o lavarout: Evel-henn e komzi ouzh ar bobl-se he deus komzet ouzhit o
lavarout: Da dad en deus lakaet warnomp ur yev pounner, ha te, skańva hor yev!
Respont a ri dezho: Va biz bihan a zo tevoc'h eget divgroazell va zad.
11 Va zad en deus lakaet warnoc'h ur yev
pounner, met me a lakaio ho yev pounneroc'h c'hoazh. Va zad en deus kastizet
ac'hanoc'h gant skourjezoł, met me a raio gant skourjezoł-kruged.
12 Tri deiz goude, Jeroboam hag an holl bobl a
zeuas da gavout Roboam, evel m'en doa lavaret ar roue: Distroit da'm c'havout
a-benn tri deiz.
13 Ar roue a respontas dezho garv, ar roue
Roboam a zilezas ali ar re gozh.
14 Hag e komzas outo hervez ali ar re yaouank, o
lavarout: Va zad en deus lakaet warnoc'h ur yev pounner, met me a lakaio ho yev
pounneroc'h c'hoazh. Va zad en deus kastizet ac'hanoc'h gant skourjezoł, met me
a raio gant skourjezoł-kruged.
15 Ar roue ne selaouas ket ouzh ar bobl, ha
kement-se a zeue a-berzh Doue, evit ma vefe sevenet ar gomz en doa lavaret an
AOTROU da Jeroboam mab Nebad dre Akija eus Silo.
16 Pa welas holl Israel ne selaoue ket ar roue
anezho, e respontjont d'ar roue o lavarout: Peseurt lodenn hon eus gant David?
N'hon eus hźrezh ebet gant mab Jese! Pep hini d'e deltennoł, Israel! Ha bremań,
David, pourvez da'z ti! Evel-se, holl Israel a yeas d'e deltennoł.
17 Roboam a renas war ar re eus mibien Israel a
oa o chom e kźrioł Juda.
18 Ar roue Roboam a gasas Hadoram, karget eus an
tailhoł, met mibien Israel a labezas anezhań gant mein, hag e varvas. Ar roue
Roboam a hastas pignat war ur c'harr da dec'hout da Jeruzalem.
19 Evel-se e oa Israel en em savet a-enep ti
David betek hiziv.
Pennad 11
1 Roboam a erruas e Jeruzalem, hag e tastumas
ti Juda ha Benjamin, kant pevar-ugent mil den a vrezel dibabet, evit stourm
a-enep Israel, hag evit degas ar rouantelezh en-dro dindan Roboam.
2 Met komz an AOTROU a voe disklźriet da
Shemaja, den Doue, o lavarout:
3 Komz ouzh Roboam mab Salomon roue Juda, hag
ouzh holl re Israel a zo e Juda hag e Benjamin, ha lavar dezho:
4 Evel-henn
e komz an AOTROU: N'it ket d'ober brezel a-enep ho preudeur, distroit
pep hini ac'hanoc'h d'e di, rak kement-se a zeu eus va ferzh. Hag e sentjont
ouzh komzoł an AOTROU, hag e tistrojont o tilezel o stourm a-enep Jeroboam.
5 Roboam a chomas e Jeruzalem hag a savas
kźrioł kreńv e Juda.
6 Sevel a reas Betlehem, Etam, Tekoa,
7 Bet-Zur, Soko, Adullam,
8 Gad, Maresha, Zif,
9 Adoraim, Lakish, Azeka,
10 Zorea, Ajalon hag Hebron, a oa kźrioł kreńv e
Juda hag e Benjamin.
11 Kreńvaat a reas anezho, hag e lakaas enno
gouarnourien, ha pourvezioł boued, eoul ha gwin.
12 E pep kźr e lakaas skoedoł ha goafioł, hag e
reas dezho dont da vezań kreńvoc'h-kreńvań. Juda ha Benjamin a oa dezhań.
13 An aberzhourien hag al Levited, en holl
Israel, a zeuas d'e gavout eus o holl gornioł-bro.
14 Rak al Levited a zilezas o douaroł hag o
domanioł evit dont da Juda ha da Jeruzalem, dre m'en doa o distaolet Jeroboam,
gant e vibien, er-maez eus o c'hargoł a aberzhourien d'an AOTROU,
15 hag en doa lakaet aberzhourien dezhań evit an
uhellec'hioł, hag evit ar bouc'hed hag al leueoł en doa graet.
16 War o lerc'h, eus holl veuriadoł Israel, ar
re en em stage en o c'halon da glask an AOTROU a zeuas da Jeruzalem, evit
aberzhiń d'an AOTROU, Doue o zadoł.
17 Hag e kreńvajont rouantelezh Juda hag e
startajont Roboam mab Salomon e-pad tri bloaz, rak e-pad tri bloaz e kerzhjont
war hent David ha Salomon.
18 Roboam a gemeras da wreg Mahalad merc'h
Jerimod, mab David, hag Abikail merc'h Eliab, mab Jese,
19 a c'hanas dezhań mibien: Jeush, Shemaria ha
Zaham.
20 Ha goude e kemeras Maaka merc'h Absalom, a
c'hanas dezhań Abija, Atai, Ziza ha Shelomid.
21 Roboam a garas Maaka merc'h Absalom muioc'h
eget e holl wragez ha serc'hed. Kemeret en doa triwec'h gwreg ha tri-ugent
serc'h, hag e voe tad da eizh mab warn-ugent ha da dri-ugent merc'h.
22 Roboam a lakaas Abija mab Maaka da benn, evel
rener e-touez e vreudeur, e-sell d'ober gantań ar roue.
23 Hag e reas gant furnez, o stlabezań e holl
vibien en holl gornioł-bro Juda ha Benjamin, en holl gźrioł kreńv, hag e roas
dezho bevańs gant leunder, hag e c'houlennas evito un niver bras a wragez.
Pennad 12
1 Pa voe startaet ar rouantelezh gant Roboam,
ha pa voe deuet da vezań kreńv, e tilezas lezenn an AOTROU, hag holl Israel
gantań.
2 D'ar pempvet bloaz eus ar roue Roboam, e
pignas Shishak roue an Ejipt a-enep Jeruzalem, rak pec'het o doa a-enep an
AOTROU.
3 Bez' e oa gantań mil daou c'hant karr ha
tri-ugent mil marc'heger, hag ur bobl diniver a zeuas eus an Ejipt gantań,
Libiz, Sukkiiz hag Etiopiz.
4 Tapout a reas ar c'hźrioł kreńv a oa da Juda,
hag e teuas da Jeruzalem.
5 Neuze Shemaja ar profed a zeuas da gavout
Roboam ha pennoł Juda a oa dastumet e Jeruzalem, dre ma tostae Shishak, hag e
lavaras: Evel-henn e komz an AOTROU:
Dilezet hoc'h eus ac'hanon, ha me ivez a zilez ac'hanoc'h etre daouarn Shishak.
6 Neuze pennoł Israel hag ar roue en em
izelaas, hag e lavarjont: Reizh eo an AOTROU!
7 Pa welas an AOTROU e oant en em izelaet, komz
an AOTROU a voe disklźriet da Shemaja, o lavarout: En em izelaet o deus, ne
zistrujin ket anezho, reiń a rin dezho prest an tu da vezań dieubet, ha va
fulor ne vo ket skuilhet war Jeruzalem dre zorn Shishak.
8 Koulskoude e vint sujet dezhań, evit ma
ouezint petra eo servijań ac'hanon ha servijań rouantelezhioł ar broioł all.
9 Shishak roue an Ejipt a bignas a-enep
Jeruzalem hag a gemeras teńzorioł ti an AOTROU ha teńzorioł ti ar roue. Kemer a
reas holl, kemer a reas ar skoedoł aour en doa graet Salomon.
10 Ar roue Roboam a reas skoedoł arem en o
lec'h, hag e lakaas anezho etre daouarn pennoł ar rederien a ziwalle dor ti ar
roue.
11 Bep gwech ma'z ae ar roue da di an AOTROU, ar
rederien a zeue hag a zouge anezho, ha goude o degasent en-dro e kambr ar
rederien.
12 Evel-se, evel ma oa en em izelaet, kounnar an
AOTROU a zistroas dioutań, ha ne zistrujas ket anezhań penn-da-benn. Bez' e oa
c'hoazh traoł mat e Juda.
13 Ar roue Roboam en em startaas eta e
Jeruzalem, hag e renas. Ur bloaz ha daou-ugent e oa Roboam pa zeuas da roue,
hag e renas seitek vloaz e Jeruzalem, ar gźr en doa dibabet an AOTROU a-douez
holl veuriadoł Israel, evit lakaat enni e anv. E vamm a oa anvet Naama an
Ammonadez.
14 Met ober a reas an droug, rak ne lakaas ket e
galon da glask an AOTROU.
15 Diwar-benn oberoł Roboam, ar re gentań hag ar
re ziwezhań, kement-se ha n'eo ket skrivet e levrioł Shemaja ar profed hag Iddo
ar gwelour, el lignezouriezh?
Bez' e voe brezelioł dibaouez etre Roboam ha Jeroboam.
16 Ha Roboam a c'hourvezas gant e dadoł, hag e
voe sebeliet e kźr David. Hag Abija e vab a renas en e lec'h.
Pennad 13
1 En triwec'hvet bloaz eus ar roue Jeroboam, e
teuas Abija da roue war Juda.
2 Ren a reas tri bloaz e Jeruzalem. E vamm a oa
anvet Mikaja merc'h Uriel eus Gibea. Ha brezel a voe etre Abija ha Jeroboam.
3 Abija a grogas gant ar brezel gant un arme a
vrezelourien galonek, pevar c'hant mil den a zibab. Jeroboam a renkas a-enep
dezhań, evit ar brezel, eizh kant mil den a zibab, brezelourien galonek.
4 Abija en em zalc'has war-lein Menez Zemaraim,
a zo e menezioł Efraim, hag e lavaras: Jeroboam hag holl Israel, selaouit-me!
5 Ha ne dleit ket gouzout en deus an AOTROU
Doue Israel roet ar ren war Israel da Zavid, evit biken, dezhań ha d'e vibien,
dre un emglev didorrus?
6 Met Jeroboam mab Nebad, servijer Salomon mab
David, a zo en em uhelaet hag a zo en em savet a-enep e aotrou.
7 Ha tud a netra, tud fall, a zo en em unanet
gantań, hag int o deus en em nerzhekaet a-enep Roboam mab Salomon. Roboam a oa
yaouank ha tener, ha ne c'hellas ket derc'hel dirazo.
8 Ha bremań e teu d'ho sońj derc'hel dirak
rouantelezh an AOTROU, a zo etre daouarn mibien David. C'hwi a zo un niver
bras, ha ganeoc'h emań al leueoł aour en deus graet deoc'h Jeroboam evit bezań
ho toueoł.
9 Ha n'hoc'h eus ket kaset kuit aberzhourien an
AOTROU, mibien Aaron, hag al Levited? Ha n'hoc'h eus ket graet deoc'h
aberzhourien evel pobloł ar broadoł? Pep hini a zo deuet evit bezań kensakret
gant ur c'hole yaouank ha seizh tourz, a zo deuet da vezań aberzhour d'ar pezh
n'eo ket Doue.
10 Evidomp-ni, an AOTROU eo hon Doue, ha n'hon
eus ket e zilezet. An aberzhourien a ra servij an AOTROU a zo mibien Aaron, hag
al Levited a zo gant o labour,
11 o lakaat da vogediń evit an AOTROU, bep
mintin ha bep abardaez, al loskaberzhoł hag an ezańs a c'hwezh-vat. Ar baraoł a
ginnig a zo renket war an daol c'hlan, hag e vez enaouet ar c'hantolor aour
gant e lampoł bep abardaez. Rak mirout a reomp ar pezh a fell d'an AOTROU hon
Doue e vefe miret, met c'hwi hoc'h eus e zilezet.
12 Setu, Doue hag e aberzhourien a zo ganeomp,
en hor penn, hag o deus ganto an trompilhoł tregernus, evit tregerniń a-enep
deoc'h. Mibien Israel, na stourmit ket a-enep an AOTROU, Doue ho tadoł, rak ne
reot ket berzh.
13 Jeroboam a lakaas ur ged d'ober un distro
evit tostaat a-ziadreńv. Evel-se e oa a-dal da Juda, hag ar ged a oa a-dreńv
d'ar re-mań.
14 Re Juda a sellas eta, ha setu, o doa an
emgann en a-raok hag en a-dreńv. Hag e krijont d'an AOTROU, hag an aberzhourien
a sonas an trompilhoł.
15 Holl dud Juda a laoskas youc'hadennoł, ha pa
youc'has tud Juda, Doue a skoas war Jeroboam hag holl Israel dirak Abija ha
Juda.
16 Mibien Israel a dec'has dirak Juda, ha Doue a
lakaas anezho etre o daouarn.
17 Abija hag e bobl a reas ul lazhadeg vras, hag
e kouezhas pemp kant mil den a zibab eus Israel, skoet d'ar marv.
18 Mibien Israel a voe mezhekaet en amzer-se, ha
mibien Juda a zeuas da vezań kreńv, dre m'o doa en em harpet war an AOTROU,
Doue o zadoł.
19 Abija a redas war-lerc'h Jeroboam, hag e
tapas digantań kźrioł: Betel hag he c'hźrioł tro-dro, Jeshana hag he c'hźrioł
tro-dro, Efron hag he c'hźrioł tro-dro.
20 Jeroboam n'en doe nerzh ebet ken e-pad amzer
Abija. An AOTROU a skoas warnań, hag e varvas.
21 Abija a zeuas da vezań galloudek. Kemer a
reas pevarzek gwreg, hag en doe daou vab warn-ugent ha c'hwezek merc'h.
22 Diwar-benn nemorant oberoł Abija, e hentoł
hag e gomzoł, kement-se a zo skrivet e kounskrid Iddo ar profed.
Pennad 14
1 Hag Abija a c'hourvezas gant e dadoł, hag e
voe sebeliet e kźr David. Hag Asa e vab a renas en e lec'h. En e amzer, ar vro
a voe en diskuizh e-pad dek vloaz.
2 Asa a reas ar pezh a zo mat ha reizh dirak
daoulagad an AOTROU e Zoue.
3 Lemel a reas kuit an aoterioł estren hag an
uhellec'hioł, hag e torras ar peulioł hag e tiskaras an Asheraoł (= doueezoł).
4 Hag ec'h urzhias da Juda klask an AOTROU,
Doue o zadoł, ha mirout al lezenn hag ar gourc'hemennoł.
5 Lemel a reas eus holl gźrioł Juda an
uhellec'hioł hag ar peulioł-heol. Hag ar rouantelezh a voe en diskuizh dirazań.
6 Sevel a reas kźrioł kreńv e Juda, rak ar vro
a oa en diskuizh. E-pad ar bloazioł-se ne voe ket a vrezel a-enep dezhań, dre
ma roas an AOTROU diskuizh dezhań.
7 Lavarout a reas da Juda: Savomp ar
c'hźrioł-mań, lakaomp en-dro dezho mogerioł, tourioł, dorojoł ha prennoł, ar
vro a zo c'hoazh dirazomp, dre ma hon eus klasket an AOTROU hon Doue; e glasket
hon eus, ha roet en deus diskuizh deomp a bep tu. Evel-se e savjont hag e
rejont berzh.
8 Asa en doa un arme eus Juda, tri c'hant mil
den o tougen ar skoed hag ar goaf, hag eus Benjamin, daou c'hant pevar-ugent
mil den o tougen ar skoed bihan hag o tennań ar wareg, holl a oa brezelourien
galonek.
9 Zerak an Etiopiad a yeas a-enep dezho gant un
arme a ur milion a dud ha tri c'hant karr. Dont a reas betek Maresha.
10 Asa a yeas en arbenn dezhań, hag en em
renkjont evit an emgann e traonienn Zefata, e-kichen Maresha.
11 Asa a grias d'an AOTROU e Zoue hag a lavaras:
AOTROU! Evidout, ken aes eo sikour ar re a zo kalz hag ar re a zo dinerzh.
Sikour ac'hanomp, AOTROU hon Doue! Rak warnout ez omp en em harpet, hag ez anv
ez omp deuet a-enep an engroez-mań. Te eo an AOTROU hon Doue, ra ne drec'ho ket
an den warnout!
12 An AOTROU a skoas war an Etiopiz dirak Asa ha
dirak Juda, hag an Etiopiz a dec'has kuit.
13 Asa hag ar bobl a oa gantań a redas war o
lerc'h betek Gerar, hag e kouezhas kement a Etiopiz ken ne c'helljont ket
saveteiń o buhez. Rak brevet e oant bet dirak an AOTROU hag e arme, hag e voe
dezouget ur breizhenn vras.
14 Skeiń a rejont war an holl gźrioł war-dro
Gerar, rak doujańs an AOTROU a oa warno. Hag e tiwiskjont an holl gźrioł-se,
rak ur breizhadeg vras a oa enno.
15 Skeiń a rejont ivez teltennoł an tropelloł, hag
e tegasjont ganto deńved ha kańvaled e niver bras, ha goude e tistrojont da
Jeruzalem.
Pennad 15
1 Spered Doue a voe war Azaria mab Obed,
2 hag ez eas da gavout Asa, hag e lavaras
dezhań: Asa hag holl Juda ha Benjamin, selaouit-me! An AOTROU a vez ganeoc'h pa
vezit gantań. Mar klaskit anezhań, c'hwi en kavo; met mar dilezit anezhań, eń
ho tilezo.
3 E-pad pell eo bet Israel hep an Doue gwirion,
hep aberzhour o kelenn, hep lezenn,
4 met en o enkrez e tistrojont d'an AOTROU,
Doue Israel, hag e glasket o deus, ha kavet eo bet ganto.
5 En amzer-se, ne oa ket a surentez er vro evit
ar re a yae hag a zeue, rak trubuilhoł bras a oa e-touez holl dud ar vro.
6 Ur vroad a oa gwasket gant ur vroad all, hag
ur gźr gant ur gźr all, rak Doue a drubuilhe anezho dre bep seurt enkrezioł.
7 C'hwi eta, bezit kreńv, ra ne vo ket
dinerzhet ho taouarn, rak ur gopr a vo evit hoc'h oberoł.
8 Pa glevas Asa ar c'homzoł-se ha profediezh
Obed ar profed, en em greńvaas, hag e lamas kuit an traoł euzhus diouzh holl
vro Juda ha Benjamin, ha diouzh ar c'hźrioł en doa tapet e menez Efraim.
Nevesaat a reas aoter an AOTROU a oa dirak porched an AOTROU.
9 Dastum a reas holl Juda ha Benjamin, ha re
Efraim, Manase ha Simeon a oa o chom ganto, rak un niver bras eus re Israel a
oa deuet dezhań, o welout e oa an AOTROU e Zoue gantań.
10 En em zastum a rejont eta e Jeruzalem en
trede miz eus ar pemzekvet bloaz eus ren Asa.
11 Hag ec'h aberzhjont d'an AOTROU, en deiz-se,
seizh kant ejen ha seizh mil dańvad, eus ar preizh o doa degaset.
12 Hag ez ejont e-barzh un emglev, evit klask an
AOTROU, Doue o zadoł, a-greiz o holl galon hag o holl ene,
13 e doare ma vefe lakaet d'ar marv an holl re
na glaskfent ket an AOTROU, Doue Israel, ar re vihan hag ar re vras, ar baotred
hag ar plac'hed.
14 Hag e rejont le d'an AOTROU, a vouezh uhel,
gant trouz ha gant son an trompilhoł hag ar shofaroł.
15 Hag holl Juda a laouenaas diwar-benn al
le-se, dre m'o doa touet a-greiz o holl galon, ha m'o doa klasket an AOTROU
gant o holl youl. Hag e gavet o doa, hag an AOTROU a roas diskuizh dezho a bep
tu.
16 Ar roue Asa a lamas zoken digant e vamm Maaka
he lesanv a rouanez, dre m'he doa graet un idol evit Ashera. Asa a ziskaras
hec'h idol, en lakaas a-dammoł, hag en devas e-kichen froud Kedron.
17 Met an uhellec'hioł ne voent ket lamet kuit
a-greiz Israel. Koulskoude kalon Asa a voe eeun e-pad e holl zeizioł.
18 Lakaat a reas e ti Doue an traoł a oa bet
santelaet gant e dad hag ar pezh en doa santelaet e-unan, arc'hant, aour ha
listri.
19 Ne voe brezel ebet betek ar pempvet bloaz ha
tregont eus ren Asa.
Pennad 16
1 Er c'hwec'hvet bloaz ha tregont eus ren Asa,
Baesha roue Israel a bignas a-enep Juda, hag e savas Rama, evit herzel ouzh an
dud da zont pe da vont etrezek Asa roue Juda.
2 Neuze Asa a dennas arc'hant hag aour eus
teńzorioł ti an AOTROU ha ti ar roue, hag o c'hasas da Ven-Hadad roue Siria, a
oa o chom e Damask, en ur lavarout:
3 Bez' ez eus un emglev etre te ha me, evel ma
oa etre va zad ha da hini. Setu e kasan dit arc'hant hag aour, kae, torr da emglev
gant Baesha roue Israel, evit ma pellaio diouzhin.
4 Ben-Hadad a selaouas ouzh ar roue Asa, hag e
kasas pennoł e arme a-enep kźrioł Israel. Hag e skojont war Ijon, Dan,
Abel-Maim, hag holl zastumlec'hioł kźrioł Neftali.
5 Adalek ma ouezas-se Baesha, e paouezas da
sevel Rama, hag ec'h ehanas e labour.
6 Neuze ar roue Asa a gemeras gantań holl Juda,
hag e kasjont ar vein hag ar c'hoad eus Rama, a lakae Baesha da sevel. Ganto e
savas Geba ha Mizpa.
7 En amzer-se Hanani ar gwelour a zeuas da
gavout Asa roue Juda, hag e lavaras dezhań: Dre ma'z out en em harpet war roue
Siria ha ma ned out ket harpet war an AOTROU da Zoue, arme roue Siria he deus
tec'het diouzh da zorn.
8 An Etiopiz hag al Libiz, ha ne oant ket un
arme vras-meurbet, gant kirri ha marc'hegerien niverus? Met dre ma ec'h eus en
em harpet war an AOTROU, lakaet en deus anezho etre da zaouarn.
9 Rak daoulagad an AOTROU a astenn o sell war
an holl zouar, evit kreńvaat a re a zo o c'halon a-grenn dezhań. Graet ec'h eus
evel un den diskiant diwar-benn kement-se, hag ez po brezelioł en amzer da
zont.
10 Asa a voe kounnaret a-enep ar gwelour, hag e
lakaas anezhań en toull-bac'h, rak fuloret e oa en e enep diwar-benn-se. Asa a
wallgasas ivez darn eus ar bobl er mare-se.
11 Diwar-benn oberoł Asa, ar re gentań hag ar re
ziwezhań, kement-se a zo skrivet e levr rouaned Juda hag Israel.
12 En navet bloaz ha tregont eus e ren, Asa a
voe klańv eus e dreid, hag e gleńved a oa gwall c'harv. Koulskoude, en e
gleńved ne glaskas ket an AOTROU, met ar vezeien.
13 Hag Asa a c'hourvezas gant e dadoł, hag e
varvas er c'hentań bloaz ha daou-ugent eus e ren,
14 hag e voe sebeliet er bez en doa kleuzet
evitań e kźr David. Gourvezet e voe war ur gwele leuniet a louzoł-frondus hag a
c'hwezhioł-mat kempennet hervez arz ar frondour, hag e voe devet evitań un
niver bras-meurbet anezho.
Pennad 17
1 Ha Jozafad e vab a renas en e lec'h, hag
hemań en em greńvaas a-enep Israel.
2 Lakaat a reas strolladoł en holl gźrioł kreńv
Juda, ha gwarnizonoł e bro Juda hag e kźrioł Efraim a oa bet tapet gant Asa e
dad.
3 An AOTROU a voe gant Jozafad, dre ma kerzhas
war hentoł kentań David e dad, ha na glaskas ket ar Baaloł.
4 Rak klask a reas Doue e dad, hag e kerzhas en
e c'hourc'hemennoł, ha nann hervez ar pezh a rae Israel.
5 An AOTROU a startaas ar rouantelezh etre e
zaouarn, hag holl Juda a zegase profoł da Jozafad, hag en doe pinvidigezhioł ha
gloar e-leizh.
6 Hag e galon a greskas e hentoł an AOTROU, hag
e lamas c'hoazh diouzh Juda an uhellec'hioł hag an Asheraoł (= doueezoł).
7 En trede bloaz eus e ren e kasas e atebeien
Benhail, Abdia, Zakaria, Netaneel ha Mikaja da gelenn e kźrioł Juda.
8 Ha ganto e kasas al Levited Shemaja, Netania,
Zebadia, Asael, Shemiramod, Jonatan, Adonija, Tobija ha Tob-Adonija, Levited,
hag an aberzhourien Elishama ha Joram.
9 Kelenn a rejont e Juda, o kaout ganto levr
lezenn an AOTROU. Ober a rejont tro holl gźrioł Juda, hag e kelennjont ar bobl.
10 Doujańs an AOTROU a voe war holl
rouantelezhioł ar broioł a oa en-dro da Juda, ha ne rejont ket brezel da
Jozafad.
11 Ar Filistined a zegasas da Jozafad profoł hag
ur c'hinnig en arc'hant. An Arabed a zegasas dezhań loened, seizh mil seizh
kant tourz ha seizh mil seizh kant bouc'h.
12 Evel-se e teuas Jozafad da vezań bras-kenań.
Hag e savas e Juda kreńvlec'hioł ha kźrioł a servije da diez-dastum.
13 Ober a reas labourioł bras e kźrioł Juda, hag
e oa tud a vrezel, stourmerien galonek, e Jeruzalem,
14 ha setu o niveradeg, hervez tiez o zadoł.
Pennoł milieroł eus Juda: Adna ar penn, gant tri c'hant mil brezelour kalonek;
15 en e gichen, Jokanan ar penn, gant daou
c'hant pevar-ugent mil den;
16 en e gichen, Amasia mab Zikri, a oa en em
ginniget a-youl-vat d'an AOTROU, gant daou c'hant mil brezelour kalonek.
17 Eus Benjamin: Eliada, brezelour kalonek, gant
daou c'hant mil den o tougen ar wareg hag ar skoed;
18 en e gichen, Jehozabad, gant pevar-ugent mil
den harnezet evit ar brezel.
19 Ar re-se a servije ar roue, ouzhpenn ar re en
doa lakaet ar roue er c'hźrioł kreńv en holl Juda.
Pennad 18
1 Jozafad en doe pinvidigezhioł ha gloar
e-leizh, hag en em unanas dre zimeziń gant Akab.
2 Hag a-benn un nebeud bloavezhioł e tiskennas
da gavout Akab e Samaria. Akab a lazhas evitań hag evit ar bobl a oa gantań un niver
bras a zeńved hag a ejened, hag ec'h alias anezhań da bignat a-enep
Ramod-Galaad.
3 Akab roue Israel a lavaras da Jozafad roue
Juda: Hag e teui ganin a-enep Ramod-Galaad? Hag e respontas dezhań: Me
eveldout, ha va fobl evel da bobl, ni a yelo ganit d'ar brezel.
4 Ha Jozafad a lavaras da roue Israel:
Goulennata da gentań, me az ped, komz an AOTROU.
5 Roue Israel a zastumas pevar c'hant profed,
hag e lavaras dezho: Ha mont a raimp d'ar brezel a-enep Ramod-Galaad pe ned in
ket? Hag e respontjont: Pign, rak Doue a lakaio anezhi etre daouarn ar roue.
6 Met Jozafad a lavaras: Ha n'eus ket amań
profed d'an AOTROU ken, evit ma c'houlennatafemp anezhań?
7 Roue Israel a lavaras da Jozafad: C'hoazh ez
eus un den a c'heller goulenn ali digant an AOTROU drezań, met e gasaat a ran,
rak ne vez profedet gantań mad ebet diwar va fenn, met atav an droug: Mika mab
Jimla eo. Jozafad a lavaras: Ra ne gomzo ket ar roue evel-se!
8 Neuze roue Israel a c'halvas ur spazhad hag a
lavaras dezhań: Laka buan Mika mab Jimla da zont.
9 Roue Israel ha Jozafad roue Juda a oa azezet,
pep hini war e dron, gwisket gant o dilhad, hag e oant azezet war al leur-gźr
e-tal dor Samaria, hag an holl brofeded a oa o profediń dirazo.
10 Sedesia mab Kenaana, o vezań graet kerniel
houarn dezhań, a lavaras: Evel-henn e komz an AOTROU: Gant ar c'herniel-mań e
vounti ar Siriz betek o distrujań.
11 Hag an holl brofeded a lavare an hevelep
profediezh, o lavarout: Pign da Ramod-Galaad hag e ri berzh, hag an AOTROU a
lakaio anezhi etre daouarn ar roue.
12 Ar c'hannad a oa aet da c'hervel Mika a
gomzas outań o lavarout: Setu, ar brofeded a lavar holl, a c'henoł unvan, traoł
mat d'ar roue; mar plij, ra vo eta da gomz heńvel ouzh o re, ha disklźr ar mad!
13 Ha Mika a lavaras: An AOTROU a zo bev! Me a
zisklźrio ar pezh a lavaro va Doue.
14 Dont a reas eta etrezek ar roue, hag ar roue
a lavaras dezhań: Mika, ha mont a raimp d'ar brezel a-enep Ramod-Galaad pe ned
in ket? Hag e respontas: Pignit, hag e reot berzh, lakaet e vint etre ho
taouarn.
15 Ar roue a lavaras dezhań: Pet gwech e pedin
ac'hanout da lavarout din nemet ar wirionez en anv an AOTROU?
16 Hag e respontas: Gwelet em eus holl Israel
a-stlabez dre ar menezioł, evel un tropell deńved hep mesaer, hag an AOTROU en
deus lavaret: An dud-se n'o deus mestr ebet, ra zistroio pep hini d'e di e
peoc'h.
17 Roue Israel a lavaras da Jozafad: Ha ne'm eus
ket lavaret dit, ne vez profedet gantań mad ebet diwar va fenn, met an droug?
18 Hag e lavaras: Setu perak, selaouit ger an
AOTROU: Gwelet em eus an AOTROU azezet war e dron, hag holl arme an neńvoł en
em zalc'he a-zehou hag a-gleiz dezhań.
19 An AOTROU a lavaras: Piv a douello Akab roue
Israel, evit ma pigno ha ma varvo e Ramod-Galaad? Unan a respontas en un doare
hag egile en un doare all.
20 Ur spered a zeuas a-raok d'en em zerc'hel
dirak an AOTROU, hag e lavaras: Me a douello anezhań. An AOTROU a lavaras:
Penaos?
21 Hag e respontas: Mont a rin hag e vin ur
spered a c'haou e genoł e holl brofeded. An AOTROU a lavaras: E douellań a ri,
hag e teui a-benn outań. Kae er-maez ha gra evel-se.
22 Bremań eta, setu, an AOTROU en deus lakaet ur
spered a c'haou e genoł da brofeded, hag an AOTROU en deus disklźriet droug
a-enep dit.
23 Neuze Sedesia mab Kenaana a dostaas hag a
skoas gant Mika war e jod, en ur lavarout: Dre beseurt hent eo pellaet Spered
an AOTROU diouzhin evit komz ouzhit?
24 Mika a respontas: Kement-se a weli en deiz
ma'z i eus kambr da gambr evit kuzhat.
25 Neuze roue Israel a lavaras: Kemerit Mika ha
kasit-eń da Amon, gouarnour ar gźr, ha da Joaz, mab ar roue,
26 ha lavarit: Evel-henn en deus lavaret ar
roue: Lakait an den-mań en toull-bac'h, ha bevit-eń gant bara ar glac'har ha
dour ar glac'har, betek ma tistroin e peoc'h.
27 Mika a respontas: Mar distroez e peoch, an
AOTROU n'en deus ket komzet ouzhin. Hag e lavaras: Selaouit, c'hwi holl bobloł!
28 Roue Israel ha Jozafad roue Juda a bignas
a-enep Ramod-Galaad.
29 Roue Israel a lavaras da Jozafad: Me a
dreuzwisko evit mont d'ar brezel, ha te a wisko da zilhad. Ha roue Israel a
dreuzwiskas, hag ez ejont d'ar brezel.
30 Roue Siria en doa roet un urzh da bennoł e
girri, o lavarout: Na stourmit nag a-enep ar re vihan nag a-enep ar re vras,
met hepken a-enep roue Israel.
31 Pa welas pennoł ar c'hirri Jozafad, e
lavarjont: Roue Israel eo! Hag e teuint en-dro dezhań evit e argadiń. Jozafad a
grias, hag an AOTROU a sikouras anezhań, ha Doue o fellaas dioutań.
32 Pa welas pennoł ar c'hirri ne oa ket roue
Israel, e tistrojont dioutań.
33 Neuze un den a dennas gant e wareg dre
zegouezh, hag e tizhas roue Israel etre ar juntoł hag an hobregon. Ar roue a
lavaras d'an hini a rene e garr: Distro ha kas ac'hanon er-maez eus an
emgannlec'h, rak gloazet on.
34 Hag en deiz-se ar stourm a voe garv. Roue
Israel a chomas en e garr, a-dal d'ar Siriz, betek an abardaez. Hag e varvas
war-dro pa guzhas an heol.
Pennad 19
1 Jozafad roue Juda a zistroas e peoc'h d'e di
e Jeruzalem.
2 Jehu mab ar gwelour Hanani a yeas en arbenn
d'ar roue Jozafad, hag e lavaras dezhań: Hag eo ret sikour un den fall?
Enebourien an AOTROU eo a garez? En abeg da-se an AOTROU a zo kounnaret a-enep
dit.
3 Koulskoude traoł mat a vez kavet ennout, rak
lamet ec'h eus an Asheraoł (= doueezoł), hag out en em staget
ez kalon da glask Doue.
4 Ha Jozafad a chomas e Jeruzalem. Ha mont a
reas a-nevez e-touez ar bobl, adalek Beer-Sheba betek menez Efraim, hag e
tistroas anezho d'an AOTROU, Doue o zadoł.
5 Lakaat a reas barnerien er vro, en holl
gźrioł kreńv Juda, e pep kźr.
6 Hag e lavaras d'ar varnerien: Eveshait ouzh
ar pezh a reot, rak ne vo ket evit un den e varnot, met evit an AOTROU, a vo
ganeoc'h pa varnot.
7 Bremań ra vo doujańs an AOTROU warnoc'h.
Taolit evezh ouzh ar pezh a reot, rak n'eus ket a zireizhder en AOTROU hon
Doue, ne ra van eus diavaez an den, nag eus degemeridigezh a brofoł.
8 Jozafad a lakaas ivez e Jeruzalem Levited,
aberzhourien ha pennoł tadoł
Israel, evit ar varnedigezh hervez an AOTROU, hag evit ar breutadegoł a
zistrofe da Jeruzalem.
9 Hag e roas urzhioł dezho, o lavarout: Ober a
reot gant doujańs an AOTROU, gant fealded hag eeunder a galon.
10 Evit an holl gaozioł a zeuio dirazoc'h,
a-berzh ho preudeur a zo o chom en o c'hźrioł, etre gwad ha gwad, lezenn ha
gourc'hemenn, reolennoł ha barnedigezhioł, e sklźrijennot anezho evit na vint
ket kablus dirak an AOTROU, ha na vo ket a gounnar warnoc'h ha war ho preudeur.
Evel-se e reot, ha ne viot ket kavet kablus.
11 Ha setu, Amaria an aberzhour-meur a zo lakaet
warnoc'h evit holl aferoł an AOTROU, ha Zebadia mab Ismael, prińs ti Juda, evit
holl aferoł ar roue, hag evel skribed hoc'h eus al Levited dirazoc'h. Bezit
kreńv ha grit evel-se. An AOTROU a vo gant an den a ra vad.
Pennad 20
1 Goude an traoł-se, mibien Moab ha mibien
Ammon, rak ganto e oa an Ammoniz, a zeuas a-enep Jozafad evit ober brezel
dezhań.
2 Hag e teuas tud da gomz da Jozafad o
lavarout: Dont a ra a-enep dit un engroez bras eus an tu all d'ar mor, eus
Siria. Ha setu ez int en Hazazon-Tamar, hag a zo En-Gedi.
3 Jozafad en doe aon, hag en em lakaas da glask
an AOTROU, hag ur yun a embannas evit holl Juda.
4 Juda en em zastumas evit goulenn sikour
digant an AOTROU. Dont a rejont eus holl gźrioł Juda da glask an AOTROU.
5 Jozafad en em zalc'has e-kreiz bodadeg Juda
ha Jeruzalem e ti an AOTROU, dirak al leurenn nevez,
6 hag e lavaras: AOTROU, Doue hon tadoł, ha
n'out ket Doue en neńvoł? Ha n'out ket an hini a ren war holl rouantelezhioł ar
broadoł? Ha n'emań ket ez torn an nerzh hag ar galloud, e doare na c'hell den
herzel ouzhit?
7 Ha n'eo ket te, hon Doue, an hini en deus
diberc'hennet tud ar vro-mań dirak da bobl Israel, hag en deus he roet da viken
da lignez Abraham, a gare ac'hanout?
8 Chomet int enni, ha savet o deus dit enni ur
santual evit da anv, en ur lavarout:
9 Mar deu warnomp ur gwalleur bennak, ar
c'hleze, ar varnedigezh, ar vosenn pe an naonegezh, en em zalc'hin dirak an
ti-mań ha dirazout, rak da anv a zo en ti-mań, hag e c'harmimp etrezek ennout
en hon estrenvan, ha te a selaouo hag a zieubo!
10 Bremań, setu mibien Ammon ha Moab, hag ar re
eus menez Seir, ha na'z poa ket lezet mibien Israel da vont en o zouez pa
zeuent eus bro Ejipt, hag e tistrojont diouto ha n'o deus ket o distrujet,
11 setu e paeont ac'hanomp en ur zont da gas
ac'hanomp kuit eus da hźrezh, ac'h eus hol lakaet da berc'hennań.
12 O hon Doue! Ha ne varni ket anezho? N'eus ket
a nerzh ennomp dirak an niver bras-mań a zeu a-enep deomp, ha n'ouzomp ket
petra ober, met hon daoulagad a zo warnout.
13 Holl Juda en em zalc'he dirak an AOTROU, gant
o ziegezhioł, o gwragez hag o bugale.
14 Neuze Spered an AOTROU a voe war Jakaziel mab
Zakaria, mab Benaja, mab Jeiel, mab Matania, a-douez mibien Azaf, e-kreiz ar
vodadeg,
15 hag e lavaras: C'hwi, holl Juda ha tud
Jeruzalem, ha te roue Jozafad, bezit evezhiek! Evel-henn e komz an AOTROU deoc'h: N'ho pet ket aon ha na spontit ket dirak
an engroez bras-se, rak ne vo ket deoc'h da vrezeliń, met da Zoue.
16 Diskennit warc'hoazh a-enep dezho. Setu e
vint o pignat dre grec'hienn Ziz, hag e kavot anezho e penn an draonienn, dirak
gouelec'h Jeruel.
17 Ne vo ket deoc'h da stourm a-enep dezho, kit
hag en em zalc'hit eno, ha gwelit ar silvidigezh ez a an AOTROU da reiń deoc'h.
Juda ha Jeruzalem, n'ho pet ket aon ha na spontit ket! Warc'hoazh, kit en
arbenn dezho, hag an AOTROU a vo ganeoc'h.
18 Neuze Jozafad a stouas, e zremm d'an douar, hag holl Juda ha tud Jeruzalem a
gouezhas dirak an AOTROU, oc'h azeuliń an AOTROU.
19 Al Levited a-douez mibien ar Gehatiz hag
a-douez mibien ar Gorahiz a savas evit meuliń an AOTROU Doue Israel, a vouezh
kreńv hag uhel.
20 Ha mintin mat e savjont hag ez ejont etrezek
gouelec'h Tekoa. Hag evel ma'z aent, Jozafad en em zalc'has eno hag a lavaras:
Juda ha tud Jeruzalem, selaouit-me! Kredit en AOTROU ho Toue, hag e viot e
surentez. Kredit e brofeded, hag e reot berzh.
21 Hag, o vezań kemeret kuzul digant ar bobl, e
lakaas kanerien d'an AOTROU evit meuliń e veurded santel; o kerzhout dirak an
arme, e lavarent: Meulit an AOTROU, rak e drugarez a bad da viken!
22 D'an ampoent ma krogjont gant ar c'han hag ar
veuleudi, an AOTROU a lakaas pechoł a-enep mibien Ammon, Moab ha re eus menez
Seir, a zeue a-enep Juda. Hag e voent pilet.
23 Mibien Ammon ha Moab en em savas a-enep tud
menez Seir, evel evit o lakaat da verz hag o distrujań. Ha p'o doe echu gant tud
Seir, en em sikourjont an eil egile d'en em zistrujań kenetrezo.
24 Pa erruas Juda war an uhelenn a-belec'h e vez
gwelet ar gouelec'h, e selljont etrezek an engroez-se, ha setu, e oa korfoł
marv war an douar, hep ma oa tec'het unan anezho.
25 Evel-se Jozafad hag e bobl a zeuas da gemer o
freizh, hag e kavjont e-touez ar c'horfoł marv pinvidigezhioł e-leizh ha traoł
prizius, hag e kemerjont kement, ken ne voent ket evit o dougen. Hag e voent
tri devezh o tastum ar preizh, rak bras e oa.
26 D'ar pevare deiz en em zastumjont e traonienn
ar Beraka (= Bennozh), rak eno e
vennigjont an AOTROU. Setu perak eo bet anvet al lec'h-se, betek hiziv,
traonienn ar Beraka.
27 Hag holl dud Juda ha Jeruzalem, Jozafad ouzh
o fenn, a yeas gant levenez da zistreiń da Jeruzalem. Rak an AOTROU en doa roet
levenez dezho diwar-benn o enebourien.
28 Mont a rejont da Jeruzalem gant lourennoł,
telennoł ha trompilhoł, betek ti an AOTROU.
29 Doujańs Doue a voe war holl rouantelezhioł ar
broioł-se, pa glevjont en doa stourmet an AOTROU a-enep enebourien Israel.
30 Evel-se rouantelezh Jozafad a voe sioul, hag
e Zoue a roas dezhań diskuizh a-bep tu.
31 Jozafad a renas eta war Juda. Pemp bloaz ha
tregont e oa Jozafad pa zeuas da roue, hag e renas pemp bloaz warn-ugent e
Jeruzalem. E vamm a oa anvet Azuba merc'h Shilki.
32 Kerzhout a reas war hent Asa e dad ha ne
zistroas ket diwarnań, oc'h ober ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU.
33 Koulskoude an uhellec'hioł ne voent ket
lamet, hag ar bobl n'he doa ket troet he c'halon etrezek Doue o zadoł.
34 Diwar-benn nemorant oberoł Jozafad, ar re
gentań hag ar re ziwezhań, kement-se a zo skrivet e kounskrid Jehu mab Hanani,
lakaet e levr rouaned Israel.
35 Goude-se, Jozafad roue Juda a unanas gant
Akazia roue Israel, a oa fall e vuhezegezh.
36 Unaniń a reas gantań evit ober listri, evit
mont da Darsiz, hag e rejont listri en Ezion-Geber.
37 Neuze Eliezer mab Dodava, eus Maresha, a
brofedas a-enep Jozafad, o lavarout: Dre ma ec'h eus en em unanet gant Akazia,
an AOTROU en deus distrujet da oberenn. Hag al listri a voe bruzunet, ha ne
c'helljont ket mont da Darsiz.
Pennad 21
1 Ha Jozafad a c'hourvezas gant e dadoł, hag e
voe sebeliet gant e dadoł e kźr David. Ha Joram e vab a renas en e lec'h.
2 Bez' en doa breudeur, mibien Jozafad: Azaria,
Jehiel, Zakaria, Azaria, Mikael ha Shefatia. An holl re-se a oa mibien Jozafad
roue Israel.
3 O zad en doa roet dezho profoł bras,
arc'hant, aour ha traoł prizius, gant kźrioł kreńv e Juda. Met ar rouantelezh
en doa roet da Joram, dre ma oa ar c'hentań-ganet.
4 Pa voe savet Joram war rouantelezh e dad, ha
ma voe kreńv, e lazhas gant ar c'hleze e holl vreudeur hag hiniennoł eus pennoł
Israel.
5 Daou vloaz ha tregont e oa Joram pa zeuas da
roue, hag e renas eizh vloaz e Jeruzalem.
6 Kerzhout a reas war hent rouaned Israel, evel
m'en doa graet ti Akab, rak merc'h Akab a oa e wreg, hag e reas ar pezh a zo
fall dirak daoulagad an AOTROU.
7 Koulskoude en abeg d'an emglev en doa graet
gant David, ne fellas ket d'an AOTROU distrujań ti David, hervez ar gomz en doa
lavaret da reiń ul lamp dezhań ha d'e vibien, da viken.
8 En e amzer, Edom en em savas a-enep
aotrouniezh Juda, hag e lakajont warno ur roue.
9 Joram en em lakaas da gerzhout gant e
ofiserien hag e holl girri; o vezań savet en noz, e pilas an Edomiz a oa en-dro
dezhań, hag holl bennoł ar c'hirri.
10 Koulskoude en em savet eo Edom a-enep
aotrouniezh Juda betek hiziv. En amzer-se ivez en em savas Libna a-enep e
aotrouniezh, dre m'en doa dilezet an AOTROU, Doue e dadoł.
11 Ober a reas ivez uhellec'hioł war menezioł
Juda, hag e lakaas tud Jeruzalem da c'hastaouiń, hag e vountas ivez re Juda da
gement-se.
12 Neuze e voe degaset ur skrid dezhań a-berzh
ar profed Elia, o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU, Doue David da dad: Dre
ma ne'c'h eus ket kerzhet war hent Jozafad da dad, na war hent Asa roue Juda,
13 met ma ec'h eus kerzhet war hent rouaned
Israel, en ur lakaat Juda ha tud Jeruzalem da c'hastaouiń evel m'en deus graet
ti Akab, dre ma ec'h eus zoken lazhet da vreudeur, tiegezh da dad, a oa
gwelloc'h egedout,
14 setu, emań an AOTROU o vont da skeiń gant da
bobl, da vibien, da wragez ha da holl vadoł dre walennoł bras,
15 ha te az po kleńvedoł, dre boanioł ez
pouzelloł, betek ma teuio er-maez da vouzelloł en abeg d'ar c'hleńved a gresko
a zeiz da zeiz.
16 An AOTROU a vountas a-enep Joram spered ar
Filistined hag an Arabed a oa o chom e-kichen Etiopia.
17 Pignat a rejont eta a-enep Juda, ec'h
argadjont hag e preizhjont an holl binvidigezhioł en em gave e ti ar roue, hag
e tegasjont ivez e vibien hag e wragez, e doare ma ne chomas mab ebet gantań,
nemet Joakaz, an hini yaouankań eus e vibien.
18 Goude kement-se, an AOTROU a skoas gantań en
e vouzelloł, gant ur c'hleńved dibareüs.
19 Hag e c'hoarvezas, a-benn ur pennad amzer, e
diwezh an eilvet bloaz, ma teuas er-maez e vouzelloł en abeg d'ar c'hleńved,
hag e varvas e poanioł bras. E bobl ne lakaas ket da zeviń warnań
louzoł-frondus, evel ma oa bet graet war e dadoł.
20 Daou vloaz ha tregont e oa a pa zeuas da
roue, hag e renas eizh vloaz e Jeruzalem. Mont a reas kuit hep ma voe keuz
dezhań, hag e voe sebeliet e kźr David, met nann e bezioł ar rouaned.
Pennad 22
1 Tud Jeruzalem a lakaas da roue en e lec'h
Akazia, an hini yaouankań eus e vibien, rak ar vandenn a oa deuet d'ar c'hamp
gant an Arabed he doa lazhet an holl re goshań. Evel-se e renas Akazia mab
Joram, roue Juda.
2 Daou vloaz ha daou-ugent e oa Akazia pa zeuas
da roue, hag e renas ur bloaz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Atalia merc'h
Omri.
3 Kerzhet en deus war hent ti Akab, rak e vamm
a oa e guzulierez evit ar fallagriezh.
4 Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad
an AOTROU, evel ti Akab, dre ma voent e guzulierien goude marv e dad, evit e
goll.
5 Bountet dre o c'huzulioł, ez eas zoken gant
Joram mab Akab, roue Israel, d'ar brezel da Ramod-Galaad a-enep Hazael roue
Siria. Hag ar Siriz a skoas war Joram.
6 Hemań a zistroas da Jizreel evit pareań, en
abeg d'ar gloazioł o doa bet graet dezhań e Rama, pa stourme a-enep Hazael roue
Siria. Azaria (pe Akazia) mab Joram,
roue Juda, a ziskennas da welout Joram mab Akab da Jizreel, dre ma oa klańv.
7 Hag e voe evit e goll, en em gave a-berzh
Doue, e teuas Akazia da gichen Joram. Pa voe erruet, ez eas gant Joram a-enep
Jehu mab Nimshi, an hini olevet gant an AOTROU evit distrujań ti Akab.
8 Evel ma sevene Jehu ar varnedigezh war di
Akab, e kavas pennoł Juda ha mibien breudeur Akazia a oa e servij Akazia, hag e
lazhas anezho.
9 Klask a reas Akazia, a oa kuzhet e Samaria.
Tapet e voe ha degaset etrezek Jehu, hag e voe lakaet d'ar marv. Hag e voe
sebeliet, rak lavaret e voe: Mab Jozafad eo, an hini en deus klasket AOTROU eus
kreiz e galon. Ha ne voe den ken eus ti Akazia a vefe gouest da ren.
10 Atalia mamm Akazia, o welout e oa marv he
mab, a savas hag a lazhas holl lignez roueel e ti Juda.
11 Met Joshabead, merc'h ar roue, a gemeras Joaz
mab Akazia, hag e laeras anezhań a-douez mibien ar roue a lakaed d'ar marv, hag
e lakaas anezhań gant e vagerez e sal ar gweleoł. Evel-se, Joshabead, merc'h ar
roue, gwreg an aberzhour Jehojada, c'hoar Akazia, a guzhas anezhań ouzh
daoulagad Atalia, ha n'en lakaas ket d'ar marv.
12 Kuzhet e voe evel-se ganto e-pad c'hwec'h
vloaz e ti Doue, e-keit ha ma rene Atalia war ar vro.
Pennad 23
1 D'ar seizhvet bloaz, Jehojada en em greńvaas,
hag e reas un emglev gant ar pennoł a gantoł, Azaria mab Jerokam, Ismael mab
Jokanan, Azaria mab Obed, Maaseja mab Adaja, hag Elishafad mab Zikri.
2 Ober a rejont tro Juda, hag e tastumjont al
Levited ha pennoł tadoł Israel eus holl gźrioł Juda, hag e teujont da
Jeruzalem.
3 An holl vodadenn a reas un emglev gant ar
roue e ti Doue. Jehojada a lavaras dezho: Setu, mab ar roue a reno, evel m'en
deus disklźriet an AOTROU diwar-benn mibien David.
4 Setu ar pezh a reot: E-touez ac'hanoc'h hag a
zeu e-barzh d'an deiz sabad, un drederenn, aberzhourien ha Levited, a vo
porzhierien an treuzoł,
5 un drederenn all en em zalc'ho e ti ar roue,
hag un drederenn ouzh dor Jezod (= an
Diazez). Hag an holl bobl a vo war leurennoł ti an AOTROU.
6 Ra ned aio den e ti an AOTROU, nemet an
aberzhourien hag al Levited o servijań. Int a yelo rak santelaet int. Hag an
holl bobl a ziwallo, evel diwallerien an AOTROU.
7 Al Levited a vo en-dro d'ar roue a bep tu, o
terc'hel pep hini anezho e armoł en e zaouarn, ha piv bennak a yelo en ti a vo
lakaet d'ar marv. C'hwi a vo e-kichen ar roue pa zeuio ha pa'z aio.
8 Al Levited hag holl Juda a reas kement en doa
gourc'hemennet an aberzhour Jehojada. Kemer a rejont pep hini o zud, kenkoulz
ar re a yae e-barzh d'an deiz sabad, hag ar re a yae er-maez d'an deiz sabad,
rak an aberzhour Jehojada n'en doa ket kaset kuit ar c'hevrennoł.
9 An aberzhour Jehojada a roas d'ar pennoł a
gantoł goafioł, skoedoł bras ha skoedoł bihan a oa bet d'ar roue David hag a oa
e ti Doue.
10 Goude e renkas an holl bobl, pep hini o
terc'hel e armoł en e zaouarn, tost ouzh ar roue, tro-dro, adalek tu dehou an
templ betek tu kleiz an templ, a-hed an aoter hag an templ.
11 Neuze e lakajont da zont er-maez mab ar roue,
hag e lakajont warnań ar gurunenn hag an Testeni, hag e rejont anezhań roue.
Jehojada hag e vibien a olevas anezhań hag a lavaras: Ra vevo ar roue!
12 Atalia a glevas trouz ar bobl a rede hag a
gane gloar ar roue, hag e teuas da gavout ar bobl e ti an AOTROU.
13 Sellout a reas, ha setu, ar roue a oa en e
sav e-kichen e golonenn ouzh an digor, ar pennoł hag an trompilhoł a oa
e-kichen ar roue, holl bobl ar vro a oa oc'h en em laouenaat, an trompilhoł o
seniń, ar ganerien gant o binvioł-seniń a rene ar c'hanennoł meuleudi. Atalia a
rogas he dilhad hag a lavaras: Iriennad! Iriennad!
14 An aberzhour Jehojada a reas mont er-maez ar
pennoł a gantoł a rene an arme, hag e lavaras dezho: Kasit anezhi er-maez eus
ar renkoł, ha ra vo lakaet d'ar marv dre ar c'hleze an hini a yelo war he
lerc'h! Met an aberzhour en doa lavaret: Ne lakait ket anezhi d'ar marv e ti an
AOTROU.
15 Lakaat a rejont o dorn warni, hag e tistroas
dre hent dor ar C'hezeg da di ar roue, hag eno e lakajont anezhi d'ar marv.
16 Jehojada, an holl bobl hag ar roue a reas un
emglev, evit bezań pobl an AOTROU.
17 An holl bobl a yeas da di Baal, hag e
tiskarjont anezhań, e torrjont e aoterioł hag e skeudennoł, e lazhjont dirak an
aoterioł Matan aberzhour Baal.
18 Jehojada a lakaas kargoł ti an AOTROU etre
daouarn an aberzhourien Levited, ar re en doa lodennet David evit ti an AOTROU,
evit kinnig loskaberzhoł d'an AOTROU, evel m'eo skrivet e lezenn Moizez, gant
levenez ha kanaouennoł, hervez urzhioł David.
19 Hag e lakaas ivez ar borzhierien ouzh dorojoł
ti an AOTROU, evit ma n'aje ennań den dic'hlan ebet, e doare ebet.
20 Kemer a reas ar pennoł a gantoł, an dud
enoret, ar c'houarnourien, hag holl bobl ar vro, hag e reas diskenn ar roue eus
ti an AOTROU, hag ez ejont dre an nor uhelań e ti ar roue, hag e rejont d'ar
roue azezań war dron ar rouantelezh.
21 Holl bobl ar vro a laouenaas, ha kźr a voe e
peoc'h, goude ma voe lakaet d'ar marv Atalia dre ar c'hleze.
Pennad 24
1 Seizh vloaz e oa Joaz pa zeuas da roue, hag e
renas daou-ugent vloaz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Zibia eus Beer-Sheba.
2 Joaz a reas ar pezh a zo reizh dirak
daoulagad an AOTROU, e-pad holl vuhez an aberzhour Jehojada.
3 Jehojada a roas dezhań div wreg, hag e voe
tad da vibien ha da verc'hed.
4 Goude-se Joaz en doe en e sońj reneveziń ti
an AOTROU.
5 Dastum a reas an aberzhourien hag al Levited,
hag e lavaras dezho: Kit dre gźrioł Juda, ha dastumit arc'hant dre holl Israel
evit reneveziń ti ho Toue, a vloaz da vloaz, hag hastit an afer-se. Met al
Levited ne hastjont ket.
6 Neuze ar roue a c'halvas Jehojada o fenn, hag
e lavaras dezhań: Perak ne'c'h eus ket eveshaet ma tegasfe al Levited, eus Juda
hag eus Jerusalem, an tailhoł en deus lakaet Moizez servijer an AOTROU war holl
vodadenn Israel, evit teltenn an Testeni?
7 Rak an euzhus Atalia hag he mibien o deus
gwastet ti Doue, hag implijet o deus zoken evit ar Baaloł an holl draoł santel
eus ti an AOTROU.
8 Hag ar roue a urzhias ma vefe graet ur c'hef,
ha ma vefe lakaet ouzh dor ti an AOTROU, en diavaez.
9 Neuze e voe embannet e Juda hag e Jeruzalem
ma vefe degaset d'an AOTROU an tailhoł lakaet gant Moizez servijer an AOTROU
war Israel er gouelec'h.
10 An holl bennoł hag an holl bobl a laouenaas,
hag e tegasjont hag e taoljont er c'hef, betek ma vefe kaset da benn.
11 Ha pa oa ar mare da zegas ar c'hef da
ensellerien ar roue, dre al Levited, ha ma wele ar re-mań e oa kalz a arc'hant,
skrib ar roue hag ur sekretour a-berzh an aberzhour-meur a zeue hag a
c'houllondere ar c'hef; goude e kasent anezhań evit e adlakaat en e lec'h. Ober
a raent evel-se deiz goude deiz, hag e tastumjont arc'hant e-leizh.
12 Ar roue ha Jehojada a roe anezhań d'ar re a
oa karget eus al labour evit servij ti an AOTROU; ar re-mań a c'hopre benerien
ha kilvizien evit reneveziń ti an AOTROU, hag ivez micherourien en houarn hag
en arem evit kaletaat ti an AOTROU.
13 Ar re a oa karget eus al labour a reas o
oberiadur, hag al labour a voe kaset da benn drezo, e doare ma adlakajont ti
Doue en e stad ha ma startajont anezhań.
14 P'o doe echuet, e tegasjont d'ar roue ha da
Jehojada nemorant an arc'hant, hag e voe graet gantań listri evit ti an AOTROU,
listri evit ar servij hag evit an aberzh, tasoł ha listri all en aour hag en
arc'hant. Hag e voe kinniget dalc'hmat loskaberzhoł e ti an AOTROU, e-pad ma
vevas Jehojada.
15 Jehojada a zeuas da vezań kozh ha gwalchet a
zeizioł, hag e varvas. Oadet e oa a gant tregont vloaz pa varvas.
16 Sebeliet e voe e kźr David gant ar rouaned,
rak graet en doa vad da Israel, hag e-keńver Doue hag e di.
17 Goude marv Jehojada, pennoł Juda a zeuas hag
a stouas dirak ar roue. Hag ar roue a selaouas anezho.
18 Hag e tilezjont ti an AOTROU, Doue o zadoł,
ha servijań a rejont an Asheraoł (= doueezoł) hag an idoloł.
Kounnar an AOTROU a voe war Juda ha war Jeruzalem en abeg da-se, dre ma oant en
em rentet kablus.
19 An AOTROU a gasas en o zouez, evit o lakaat
da zistreiń dezhań, profeded a destenias a-enep dezho. Met ne fellas ket dezho
selaou.
20 Ha Spered Doue a wiskas Zakaria mab an
aberzhour Jehojada. Hemań en em zalc'has en e sav dirak ar bobl, hag e lavaras
dezho: Evel-henn e komz Doue: Perak e torrit gourc'hemenn an AOTROU? Ne reot
ket berzh, rak dilezet hoc'h eus an AOTROU, hag eń a zilezo ac'hanoc'h.
21 Met irienniń a rejont a-enep dezhań, hag e
lazhjont anezhań gant mein, war urzh ar roue, war leurenn ti an AOTROU.
22 Ar roue Joaz n'en doe ket sońj eus ar
vadelezh en doa bet en e geńver Jehojada tad Zakaria, hag e lazhas e vab, a
lavaras en ur vervel: An AOTROU a wel hag a c'houlenno kont!
23 Pa voe echuet ar bloavezh, e pignas arme
Siria a-enep Joaz, hag e teujont da Juda ha da Jeruzalem, hag e tistrujont,
a-douez ar bobl, holl bennoł ar bobl, hag e kasjont d'ar roue e Damask o holl
breizh.
24 Petra bennak ma oa deuet arme ar Siriz gant
nebeut a dud, an AOTROU a roas etre o daouarn un arme bras-kenań, dre m'o doa
dilezet an AOTROU, Doue o zadoł. Evel-se e sevenjont ar varn a-enep Joaz.
25 Pa voent pellaet dioutań, goude bezań e lezet
e poanioł bras, e servijerien a iriennas a-enep dezhań, en abeg da wad mibien
an aberzhour Jehojada, hag e lazhjont anezhań war e wele, hag e varvas.
Sebeliet e voe e kźr David, met ne voe ket sebeliet e bezioł ar rouaned.
26 Setu ar re a iriennas a-enep dezhań: Zabad
mab Shimead un Ammonadez, ha Jozabad mab Shimrid ur Voabadez.
27 Diwar-benn e vibien, hag ar garg vras warnań,
ha dreserezh ti Doue, setu, an traoł-se a zo skrivet e kounskrid levr ar
rouaned. Amazia e vab a renas en e lec'h.
Pennad 25
1 Pemp bloaz warn-ugent e oa Amazia pa zeuas da
roue, hag e renas nav bloaz warn-ugent e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Joaddan
eus Jeruzalem.
2 Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak
daoulagad an AOTROU, met ne voe ket gant ur galon beurvat.
3 Pa voe startaet en e rouantelezh, e lakaas
d'ar marv e servijerien o doa lazhet ar roue e dad.
4 Met ne lakaas ket o mibien d'ar marv, rak
ober a reas evel ma'z eo skrivet el lezenn, e levr Moizez, e-lec'h m'en deus
roet an AOTROU ar gourc'hemenn-mań: Ne vo ket lakaet d'ar marv an tadoł evit o
mibien, ha ne vo ket lakaet d'ar marv ar vibien evit o zadoł, met lakaet e vo
da vervel pep hini evit e bec'hed.
5 Amazia a zastumas tud Juda, hag e renkas
anezho dre diegezhioł tadel, dre bennoł
a vilieroł hag a gantoł, evit holl Juda ha Benjamin, hag e reas an
niveradeg adalek an oad a ugent vloaz hag uheloc'h. Hag e kavas tri c'hant mil
den a zibab evit mont d'an arme, o tougen ar skoed hag ar goaf.
6 Hag e c'hopras ivez, eus Israel, kant mil
brezelour kalonek, evit kant talant (~ 3
tonenn) arc'hant.
7 Met un den a Zoue a zeuas d'e gavout hag a
lavaras: O roue! Ra ne gerzho ket ganit arme Israel, rak n'emań ket an AOTROU
gant Israel, gant holl vibien Efraim-se.
8 Mard ez ganto, e c'hellez mont, bez kalonek en
emgann, met Doue a lakaio ac'hanout da gouezhań dirak an enebour, rak Doue en
deus ar galloud da sikour ha da reiń lamm.
9 Amazia a lavaras d'an den a Zoue: Met penaos
ober diwar-benn ar c'hant talant am eus roet da strolladoł Israel? An den a
Zoue a lavaras: An AOTROU a zo evit reiń dit muioc'h kalz.
10 Amazia a zispartias ar strolladoł a oa deuet
dezhań eus Efraim, evit ma tistrofent d'ar gźr. Met o fulor a entanas a-enep
Juda, hag e tistrojont d'ar gźr gant ur fulor bras.
11 Amazia en em greńvaas, hag e renas e bobl,
hag ez eas da draonienn an Holen, e-lec'h ma skoas war dek mil den a-douez
mibien Seir.
12 Ha mibien Juda a dapas dek mil den bev, hag e
tegasjont anezho war-lein ur roc'h, a-belec'h e taoljont anezho d'an traoń, hag
e voent holl brevennet.
13 Tud ar strolladoł en doa kaset kuit Amazia
evit na zeufent ket gantań d'ar brezel, en em daolas war gźrioł Juda, adalek
Samaria betek Bet-Horon, hag e lazhjont tri mil den hag e skrapjont ur preizh
bras.
14 Goude ma voe distroet Amazia eus faezhidigezh
an Edomiz, e tegasas doueoł mibien Seir, hag o lakaas da zoueoł, hag e stouas
dirazo hag e kinnigas c'hwezh-vat dezho.
15 Neuze kounnar an AOTROU a entanas a-enep
Amazia, hag e kasas etrezek ennań ur profed a lavaras dezhań: Perak ec'h eus
klasket doueoł ar bobl-se, pa n'o deus ket gellet dieubiń o fobl eus da zorn?
16 Hag evel ma komze ouzh ar roue, ar roue a
lavaras dezhań: Hag out bet lakaet da guzulier ar roue? En em denn! Perak e
vefe skoet warnout? Ar profed en em dennas en ur lavarout: Gouzout a ran en
deus divizet Doue da zistrujań ac'hanout, dre ma ec'h eus graet-se ha ne'c'h
eus ket selaouet va ali.
17 Goude bezań dalc'het kuzul, Amazia roue Juda
a gasas da gavout Joaz mab Joakaz, mab Jehu, roue Israel, da lavarout dezhań:
Deus, ma en em welimp a-dal!
18 Joaz roue Israel a gasas da lavarout da
Amazia roue Juda: Spernenn al Liban en deus kaset da lavarout da sedrezenn al
Liban: Ro da verc'h evel gwreg da'm mab. Met ul loen gouez eus al Liban a zo
tremenet hag en deus mac'het ar spernenn.
19 Setu e lavarez ec'h eus pilet Edom, hag ez eo
savet da galon evit tennań gloar. Bremań chom er gźr! Perak ez afes da gouezhań
er gwalleur, te ha Juda ganit?
20 Met Amazia ne selaouas ket, rak kement-se a
zeue a-berzh Doue, evit o lakaat etre daouarn Joaz, dre m'o doa klasket doueoł
Edom.
21 Joaz roue Israel a bignas eta, heg en em
weljont a-dal, eń hag Amazia roue Juda, e Bet-Shemesh, a zo e Juda.
22 Ha Juda a voe kannet dirak Israel, hag e
tec'has pep hini d'e deltenn.
23 Ha Joaz roue Israel a dapas Amazia roue Juda,
mab Joaz, mab Joakaz, e Bet-Shemesh. Kas a reas anezhań da Jeruzalem, hag e
reas un toull-freuz war bevar c'hant ilinad (~ 200 m) e moger Jeruzalem, adalek dor Efraim betek dor ar C'horn.
24 Kemer a reas an holl aour hag an holl arc'hant,
hag an holl listri a voe kavet e ti Doue, dindan evezh Obed-Edom, ha teńzorioł
ti ar roue, hag ivez gouestlidi, hag e tistroas da Samaria.
25 Amazia mab Joaz, roue Juda, a vevas pemzek
vloaz goude marv Joaz mab Joakaz, roue Israel.
26 Diwar-benn nemorant oberoł Amazia, ar re
gentań hag ar re ziwezhań, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr rouaned Juda
hag Israel?
27 Adalek ar mare ma tistroas Amazia a-ziouzh an
AOTROU, e voe graet un irienn a-enep dezhań e Jeruzalem, hag e tec'has da
Lakish. Met kaset e voe war e lerc'h da Lakish, hag e voe lazhet eno.
28 Hag e voe douget war gezeg, hag e voe
sebeliet gant e dadoł e kźr Juda.
Pennad 26
1 Neuze holl bobl Juda a gemeras Ozia, a oa oadet
a c'hwezek vloaz, hag en lakajont da roue e lec'h Amazia e dad.
2 Sevel a reas Elod, hag e tegasas anezhi da
Juda, goude ma voe gourvezet ar roue gant e dadoł.
3 C'hwezek vloaz e oa Ozia pa zeuas da roue,
hag e renas daou vloaz hag hanter-kant e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Jekolia
eus Jeruzalem.
4 Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak
daoulagad an AOTROU, evel m'en doa graet Amazia e dad.
5 En em lakaat a reas da glask Doue e-pad buhez
Zakaria, un den a gomprene gweledigezhioł Doue. Hag e-keit ha ma klaskas an
AOTROU, Doue a roas berzh dezhań.
6 Mont a reas d'ober brezel a-enep ar
Filistined, hag e reas toulloł-freuz e moger Gad, moger Jabne ha moger Asdod,
hag e savas kźrioł e bro Asdod hag e-touez ar Filistined.
7 Doue a roas sikour dezhań a-enep ar
Filistined, a-enep an Arabed a oa o chom e Gur-Baal, hag a-enep ar Vaoniz.
8 An Ammoniz zoken a rae profoł da Ozia, hag ar
vrud anezhań a zeuas betek dor an Ejipt, rak dont a reas da vezań
galloudek-meurbet.
9 Ozia a savas tourioł e Jeruzalem, war zor ar
C'horn, war zor an Draonienn, ha war ar c'hogn, hag e kreńvaas anezho.
10 Sevel a reas ivez tourioł er gouelec'h, hag e
kleuzias puńsoł niverus, dre m'en doa kalz a loened er blaenenn ha war ar maez,
ha labourerien-douar ha gwinierien war ar menezioł ha war ar C'harmel, rak
karout a rae al labour-douar.
11 Ozia en doa un arme evit ober brezel, evit
mont d'an emgann a strolladoł, hervez o niveradeg graet gant ar skrib Jeiel hag
ar c'hefridiour Maaseja, dindan urzhioł Hanania, unan eus pennoł ar roue.
12 Holl niver ar pennoł tadoł, brezelourien galonek, a oa daou vil c'hwec'h kant.
13 Dindan o urzhioł e oa un arme a tri c'hant
seizh mil pemp kant soudard, holl dud a vrezel nerzhus ha kalonek, evit
skoazellań ar roue a-enep an enebour.
14 Ozia a roas d'an holl arme skoedoł, goafioł,
tokarnoł, hobregonoł, gwaregoł ha mein evit ar batalmoł.
15 Ober a reas ivez e Jeruzalem mekanikoł
kavadennet gant un ijinour, evit bezań lakaet war an tourioł hag ar c'hornioł,
da dennań biroł ha mein bras. E vrud en em astennas pell, rak skoazellet e voe
en un doare burzhudus, ken na voe deuet da vezań galloudek-meurbet.
16 Met pa voe deuet galloudek, ez eo savet e
galon evit e goll, hag e pec'has a-enep an AOTROU e Zoue. Mont a reas da dempl
an AOTROU evit lakaat da vogediń war aoter an ezańs.
17 Hag an aberzhour Azaria a zeuas war e lerc'h,
ha gantań pevar-ugent aberzhour an AOTROU, tud kalonek,
18 a dalas ouzh ar roue Ozia, o lavarout dezhań:
N'eo ket dit, Ozia, da lakaat da vogediń ezańs d'an AOTROU, met d'an
aberzhourien, mibien Aaron, santelaet evit lakaat da vogediń an ezańs. Kae
er-maez eus ar santual, rak pec'het ec'h eus, ha kement-se ne vo ket evit da
c'hloar dirak an AOTROU Doue.
19 Neuze Ozia a fuloras, tra m'en doa en e zorn
an ezańsouer evit lakaat da vogediń. Hag evel ma fulore a-enep an aberzhourien,
al lorgnez en em ziskouezas war e dal dirak an aberzhourien, e ti an AOTROU,
e-kichen aoter an ezańs.
20 An aberzhour-meur Azaria a sellas outań, gant
an holl aberzhourien, ha setu, e oa al lorgnez war e dal. Lakaat a rejont
anezhań da vont kuit buan er-maez, hag eń e-unan a hastas mont kuit, dre m'en
doa skoet an AOTROU warnań.
21 Ar roue Ozia a voe lovr betek deiz e varv,
hag e chomas en un ti en distro evel un den lovr, rak taolet e voe kuit eus ti
an AOTROU. Jotam e vab a voe e penn ti ar roue, hag e varne pobl ar vro.
22 Diwar-benn nemorant oberoł Ozia, ar re gentań
hag ar re ziwezhań, kement-se a zo bet skrivet gant ar profed Izaia mab Amoz.
23 Ozia a c'hourvezas gant e dadoł, hag e voe
sebeliet gant e dadoł e park bezioł ar rouaned, rak lavaret e veze: Lovr eo. Ha
Jotam e vab a renas en e lec'h.
Pennad 27
1 Pemp bloaz warn-ugent e oa Jotam pa zeuas da
roue, hag e renas c'hwezek vloaz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Jerusha merc'h
Zadok.
2 Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak
daoulagad an AOTROU, a-grenn evel m'en doa graet Ozia e dad, nemet ned eas ket
e templ an AOTROU. Koulskoude ar bobl a rae fall c'hoazh.
3 Sevel a reas an nor uhelań eus ti an AOTROU, hag
e savas kalz war voger Ofel.
4 Sevel a reas kźrioł war venez Juda, ha
kestell ha tourioł er c'hoadegoł.
5 Hag e reas brezel a-enep roue mibien Ammon,
hag e trec'has warno. Er bloaz-se mibien Ammon a roas dezhań kant talant (~ 3 tonenn) arc'hant, dek mil kor (~ 3000 m3) gwinizh, ha dek
mil kor heiz. Mibien Ammon a roas dezhań kemend-all d'an eilvet ha d'an trede
bloaz.
6 Jotam a zeuas da vezań galloudek-meurbet, dre
m'en doa startaet e hentoł dirak an AOTROU e Zoue.
7 Diwar-benn nemorant oberoł Jotam, e holl
vrezelioł hag e hentoł, kement-se a zo skrivet e levr rouaned Israel ha Juda.
8 Pemp bloaz warn-ugent e oa pa zeuas da roue,
hag e renas c'hwezek vloaz e Jeruzalem.
9 Ha Jotam a c'hourvezas gant e dadoł, hag e
voe sebeliet e kźr David. Hag Akaz e vab a renas en e lec'h.
Pennad 28
1 Ugent vloaz e oa Akaz pa zeuas da roue, hag e
renas c'hwezek vloaz e Jeruzalem. Ne reas ket ar pezh a zo reizh dirak
daoulagad an AOTROU, evel m'en doa graet David e dad.
2 Kerzhout a reas war hent rouaned Israel, hag
e reas zoken skeudennoł teuzet da Vaal.
3 Lakaat a reas ezańs da vogediń e traonienn
mab Hinnon, hag e lakaas e vibien da dremen dre an tan, hervez euzhusterioł ar
broadoł en doa kaset kuit an AOTROU dirak mibien Israel.
4 Hag e aberzhe hag e lakae da vogediń war an
uhellec'hioł, war ar c'hrec'hioł, ha
dindan pep gwezenn c'hlas.
5 Hag an AOTROU e Zoue a lakaas anezhań etre
daouarn roue Siria. Ar Siriz a drec'has warnań hag a dapas un niver bras a
brizonidi, a voe kaset da Zamask. Lakaet e voe ivez etre daouarn roue Israel, a
reas dezhań ur c'holl bras.
6 Rak Pekak mab Remalia a lazhas e Juda, en un
deiz hepken, kant ugent mil den, holl anezho tud kalonek, dre m'o doa dilezet
an AOTROU, Doue o zadoł.
7 Zikri, un den kadarn eus Efraim, a lazhas
Maaseja mab ar roue, Azrikam penn ti ar roue, hag Elkana a oa an eil war-lerc'h
ar roue.
8 Mibien Israel a reas prizonidi, daou c'hant
mil a-douez o breudeur, maouezed, paotred ha merc'hed. Tapout a rejont ivez ur
preizh bras, hag e tegasjont ar preizh da Samaria.
9 Bez' e oa eno ur profed eus an AOTROU, anvet
Oded, a yeas en arbenn d'an arme a zistroe da Samaria, hag a lavaras dezho:
Setu, an AOTROU, Doue ho tadoł, a oa fuloret a-enep Juda, hag en deus lakaet
anezho etre ho taouarn. O lazhet hoc'h eus gant un egar a zo aet betek an
neńvoł.
10 Ha bremań e fell deoc'h lakaat da servijerien
ha da servijerezed deoc'h bugale Juda ha Jeruzalem. Ha n'oc'h ket c'hwi,
dreist-holl, ar re a zo kablus e-keńver an AOTROU ho Toue?
11 Bremań, va selaouit, ha kasit en-dro ar brizonidi
hoc'h eus kemeret a-douez ho preudeur, rak kounnar entanet an AOTROU a zo
warnoc'h.
12 Neuze hiniennoł eus pennoł mibien Efraim,
Azaria mab Jokanan, Berekia mab Meshillemod, Ezekiaz mab Shallum, hag Amasa mab
Hadlai, a savas a-enep ar re a zeue en-dro eus ar brezel,
13 hag a lavarjont dezho: Ne lakaiot ket ar
brizonidi da zont amań, rak kablus ez omp dirak an AOTROU. Fellout a ra deoc'h
c'hoazh lakaat kement-se war hor pec'hedoł hag hor fazioł, pa'z omp dija gwall
gablus, hag ez eo kounnar entanet an AOTROU war Israel.
14 Neuze ar soudarded a lezas ar brizonidi hag
ar preizh dirak ar pennoł ha dirak an holl vodadenn.
15 Hag an dud-se, ar re a zo bet anvet dre o
anv, a savas, a gemeras ar brizonidi, a wiskas diwar ar preizh ar re anezho a
oa en noazh, reiń a rejont dezho dilhad, botoł, boued, evaj, traetoł, hag e
kasjont war ezen an holl re ne oant ket evit en em zerc'hel en o sav. O ren a
rejont da Jeriko, kźr ar palmez, da gichen o breudeur, hag e tistrojont da
Samaria.
16 En amzer-se ar roue Akaz a gasas da gavout
roue an Asiria, evit ma rofe sikour dezhań.
17 Rak deuet e oa c'hoazh an Edomiz, o doa
kannet Juda ha tapet prizonidi.
18 Ar Filistined o doa ivez sailhet war gźrioł
ar blaenenn ha kreisteiz Juda, hag o doa tapet Bet-Shemesh, Ajalon, Gederod,
Soko hag he c'hźriadennoł tro-dro, Gimzo hag he c'hźriadennoł tro-dro, hag e
tiazezjont enno.
19 Rak an AOTROU en doa izelaet Juda en abeg da
Akaz roue Israel, dre m'en doa diheńchet Juda ha gwall bec'het a-enep an
AOTROU.
20 Tilgad-Pilnezer roue Asiria a zeuas d'e
gavout, met evit e waskań kentoc'h eget d'e harpań.
21 Rak Akaz a gemeras ul lodenn eus ti an
AOTROU, eus ti ar roue, hag eus hini ar pennoł, evit ober profoł da roue
Asiria, met hep tennań sikour digantań.
22 Hag en amzer e estrenvan, e kendalc'has da
bec'hiń a-enep an AOTROU, eń ar roue Akaz.
23 Aberzhiń a reas da zoueoł Damask o doa e
gannet, hag e lavaras: Peogwir e teu doueoł rouaned Siria d'o sikour, ec'h
aberzhin dezho evit ma teuint da'm sikour. Met evitań hag evit holl Israel e
voent un abeg da gouezhań.
24 Akaz a zastumas listri ti Doue, hag e
vruzunas listri ti Doue. Prennań a reas dorojoł ti an AOTROU, hag e reas
aoterioł e pep korn eus Jeruzalem.
25 Hag e reas uhellec'hioł e pep kźr Juda, evit
lakaat da vogediń da zoueoł all, hag e kounnaras an AOTROU, Doue e dadoł.
26 Diwar-benn nemorant e oberoł hag e holl
hentoł, ar re gentań hag ar re ziwezhań, kement-se a zo skrivet e levr rouaned
Israel ha Juda.
27 Akaz a c'hourvezas gant e dadoł, hag e voe
sebeliet e kźr, e Jeruzalem, met ne voe ket sebeliet e bezioł rouaned Israel.
Hag Ezekiaz e vab a renas en e lec'h.
Pennad 29
1 Pemp bloaz warn-ugent e oa Ezekiaz pa zeuas
da roue, hag e renas nav bloaz warn-ugent e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Abija
merc'h Zakaria.
2 Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak
daoulagad an AOTROU, a-grenn evel m'en doa graet David e dad.
3 Er bloaz kentań eus e ren, d'ar miz kentań, e
tigoras dorojoł ti an AOTROU, hag e tresas anezho.
4 Ober a reas dont an aberzhourien hag al Levited,
hag e tastumas anezho war leurenn ar Sav-heol,
5 hag e lavaras dezho: Va selaouit, Levited! En
em santelait bremań, ha santelait ti an AOTROU, Doue ho tadoł, ha kasit er-maez
eus ar santual ar pezh a zo saotret.
6 Rak hon tadoł o deus pec'het ha graet ar pezh
a zo fall dirak daoulagad an AOTROU hon Doue; e zilezet o deus, distroet o deus
o dremmoł diouzh chomlec'h an AOTROU, ha troet o deus o c'hein dezhań.
7 Prennet o deus zoken dorojoł ar porched, ha
mouget al lampoł; n'o deus ket lakaet da vogediń ezańs, na kinniget
loskaberzhoł da Zoue Israel er santual.
8 Setu perak kounnar an AOTROU a zo bet war
Juda ha war Jeruzalem, hag en deus roet anezho d'ar glac'har, d'ar reuz ha d'ar
goapaerezh, evel ma welit gant ho taoulagad.
9 Setu, en abeg da-se hon tadoł a zo kouezhet
dre ar c'hleze, hag hor mibien, hor merc'hed hag hor gwragez a zo lakaet da
sklav.
10 Bremań eta em eus a galon d'ober un emglev
gant an AOTROU Doue Israel, evit ma tistroio diouzhimp e gounnar entanet.
11 Va mibien, na vezit ket lezirek, rak an
AOTROU en deus dibabet ac'hanoc'h evit en em zerc'hel dirazań hag e servijań,
hag evit kinnig dezhań an ezańs.
12 Al Levited a savas: Makad mab Amasai ha Joel
mab Azaria, eus mibien ar Gehatiz; hag eus mibien Merari, Kish mab Abdi hag Azaria
mab Jehaleleel; hag eus ar C'hershoniz, Joak mab Zimma hag Eden mab Joak;
13 hag eus mibien Elizafan, Shimiri ha Jeiel;
hag eus mibien Azaf, Zakaria ha Matania;
14 hag eus mibien Heman, Jehiel ha Shimei, hag
eus mibien Jedutun, Shemaja hag Uziel.
15 Dastum a rejont o breudeur, hag en em
santelajont, hag e teujont tre, hervez gourc'hemenn ar roue hag hervez komzoł
an AOTROU, evit glanaat ti an AOTROU.
16 An aberzhourien a yeas e-barzh ti an AOTROU
evit e c'hlanaat, hag e tougjont er-maez, war leurenn ti an AOTROU, an holl
traoł dic'hlan a gavjont e templ an AOTROU. Hag al Levited a zegemeras anezho
evit o c'has er froud Kedron.
17 Hag en em lakajont da santelaat an templ d'an
deiz kentań eus ar miz kentań. D'an eizhvet deiz eus ar miz e teujont da borched
an AOTROU, hag e santelajont ti an AOTROU e-pad eizh deiz, ha d'ar c'hwezekvet
deiz eus ar miz kentań o doe echu.
18 Goude-se ez ejont da di ar roue Ezekiaz, hag
e lavarjont: Glanaet hon eus holl di an AOTROU, hag aoter al loskaberzhoł gant hec'h
holl listri, ha taol ar baraoł a ginnig gant hec'h holl listri.
19 Dreset hon eus ha santelaet an holl listri
taolet kuit gant ar roue Akaz e-pad e ren, en amzer ma pec'he, ha setu, emaint
dirak aoter an AOTROU.
20 Neuze ar roue Ezekiaz a savas mintin mat, a
zastumas pennoł kźr, hag a bignas da di an AOTROU.
21 Hag a tegasjont ganto seizh kole, seizh
tourz, seizh oan ha seizh bouc'h evit un aberzh-dic'haouiń, evit ar
rouantelezh, evit ar santual, hag evit Juda. Hag ar roue a lavaras d'an
aberzhourien mibien Aaron, kinnig anezho war an aoter.
22 Lazhań a rejont an ejened, hag an
aberzhourien a gemeras o gwad evit e sparfań war an aoter. Lazhań a rejont an
tourzed, hag e sparfjont o gwad war an aoter. Lazhań a rejont an oaned, hag e
sparfjont o gwad war an aoter.
23 Hag e voe tostaet bouc'hed-dic'haouiń dirak
ar roue ha dirak ar vodadenn, hag e lakajont o daouarn warno.
24 Hag an aberzhourien a lazhas anezho, hag e
rejont un dic'haouadur gant o gwad war an aoter, evit ober dic'haou evit holl
Israel. Rak ar roue en doa urzhiet al loskaberzh hag an aberzh-dic'haouiń evit
holl Israel.
25 Hag e lakaas al Levited e ti an AOTROU, gant
simbalennoł, lourennoł ha telennoł, hervez gourc'hemenn David, Gad gwelour ar
roue, ha Natan ar profed, rak ur gourc'hemenn a-berzh an AOTROU e oa, deuet dre
e brofeded.
26 Al Levited eta en em zalc'has eno gant
binvioł David, hag an aberzhourien gant an trompilhoł.
27 Neuze Ezekiaz a c'hourc'hemennas kinnig al loskaberzh war an aoter, ha d'an
ampoent ma krogas al loskaberzh, e krogas ivez kanenn an AOTROU gant an
trompilhoł ha gant binvioł David roue Israel.
28 Hag an holl vodadenn a stouas, ar ganenn a
voe kanet, hag an trompilhoł a sonas, betek ma voe echu al loskaberzh.
29 Ha pa voe echu al loskaberzh, ar roue hag an holl
re a oa gantań a zaoublegas hag a stouas.
30 Neuze ar roue Ezekiaz hag ar pennoł a lavaras
d'al Levited meuliń an AOTROU gant komzoł David hag Azaf ar gwelour. Hag e
veuljont anezhań gant kalz a levenez, hag e taoublegjont hag e stoujont.
31 Ezekiaz a gomzas o lavarout: Bremań hoc'h eus
kensakret ho taouarn d'an AOTROU, tostait, degasit an aberzhoł hag aberzhoł a
veuleudi da di an AOTROU. Hag ar vodadenn a zegasas an aberzhoł hag aberzhoł a
veuleudi, hag an holl re o doa ur galon a-youl-vat a ginnigas loskaberzhoł.
32 Niver al loskaberzhoł kinniget gant ar
vodadenn a voe dek ejen ha tri-ugent, kant tourz, daou c'hant oan, an holl
re-se evel loskaberzhoł d'an AOTROU.
33 Hag e voe santelaet ivez c'hwec'h kant ejen
ha tri mil dańvad.
34 Met an aberzhourien a oa re nebeut, ha ne
c'helljont ket dibezhiań an holl loskaberzhoł. O breudeur Levited a skoazellas
anezho, ken na voe echu al labour, ha ken na voe santelaet an aberzhourien. Rak
al Levited a voe eeunoc'h a galon evit en em santelaat eget an aberzhourien.
35 Bez' e voe ivez un niver bras a loskaberzhoł,
gant lardoł an aberzhoł a drugarekadennoł, ha gant evadkinnigoł al
loskaberzhoł. Evel-se servij ti an AOTROU a voe adsavet.
36 Hag Ezekiaz hag an holl bobl a laouenaas eus
m'en doa broudet Doue ar bobl evel-se, rak an dra a voe graet buan.
Pennad 30
1 Goude-se Ezekiaz a gasas etrezek holl Israel
ha Juda, hag e skrivas zoken lizhiri da Efraim ha da Vanase evit dont da di an
AOTROU e Jeruzalem, evit ober ar Pask d'an AOTROU Doue Israel.
2 Ar roue hag e bennoł hag an holl vodadenn o
doa divizet e kuzul e Jeruzalem ober ar Pask d'an eilvet miz,
3 rak n'o doa ket gallet en ober en e amzer,
dre ma ne oa ket a-walc'h a aberzhourien santelaet, ha ne oa ket bet dastumet
ar bobl e Jeruzalem.
4 An dra-se a blijas d'ar roue ha d'an holl
vodadenn,
5 hag e voe divizet embann dre holl Israel,
adalek Beer-Sheba betek Dan, dont d'ober ar Pask d'an AOTROU Doue Israel da
Jeruzalem, rak abaoe pell amzer ne oa ket bet graet hervez ar pezh a zo
skrivet.
6 Ar rederien a yeas eta gant lizhiri a-berzh
ar roue hag e bennoł, dre holl Israel ha Juda, en ur lavarout hervez m'en doa
gourc'hemennet ar roue: Mibien Israel, distroit d'an AOTROU Doue Abraham, Izaak
hag Israel, hag e teuio etrezek ennoc'h, an nemorant a zo tec'het eus dorn roue
Asiria.
7 Na vezit ket evel ho tadoł nag evel ho
preudeur, o deus pec'het a-enep an AOTROU Doue o zadoł, e doare m'en deus
lakaet anezho en glac'har, evel ma welit.
8 Bremań na reudit ket ho kouzoug evel ho tadoł,
astennit ho torn etrezek an AOTROU, deuit d'e santual en deus santelaat evit
biken, servijit an AOTROU ho Toue, hag e fulor entanet a zistroio diouzhoc'h.
9 Rak mar distroit d'an AOTROU, ho preudeur hag
ho mibien a gavo trugarez e-kichen ar re o deus o zapet evit an harlu, hag e
tistroint d'ar vro-mań, rak an AOTROU ho Toue a zo truezus ha trugarezus, ha ne
zistroio ket e zremm diouzhoc'h, mar troit davetań.
10 Ar rederien a dremenas evel-se eus kźr da gźr
e bro Efraim, Manase, ha betek Zabulon. Met graet e veze goap anezho, hag e
vezent dismegańset.
11 Koulskoude hiniennoł eus Aser, Manase ha
Zabulon en em izelaas hag a zeuas da Jeruzalem.
12 Dorn Doue a oa ivez war Juda, o reiń dezho ur
galon unvan, evit ober an traoł gourc'hemennet gant ar roue hag ar pennoł,
hervez komz an AOTROU.
13 Hag en em zastumas ur bobl niverus e
Jeruzalem evit lidań ar bara hep goell d'an eilvet miz, hag ur vodadeg
vras-meurbet e oa.
14 Sevel a rejont, hag e lamjont kuit an
aoterioł a oa e Jeruzalem, hag e lamjont kuit an holl aoterioł-ezańs, hag e
taoljont anezho er froud Kedron.
15 Goude-se e voe lazhet ar Pask, d'ar
pevarzekvet deiz eus an eilvet miz, rak an aberzhourien hag al Levited, o vezań
bet mezh, a oa en em santelaet, hag e kinnigjont loskaberzhoł e ti an AOTROU.
16 En em zerc'hel a rejont en o lec'h hervez o
reolennoł, hervez lezenn Moizez den Doue. Hag an aberzhourien a skuilhe ar gwad
a zegemerent eus daouarn al Levited.
17 Evel ma oa kalz a dud er vodadeg ha ne oant
ket en em santelaet, gant al Levited e oa ar garg da lazhań ar Paskoł evit an
holl re ne oant ket glan, evit o santelaat d'an AOTROU.
18 Ul lodenn vras eus ar bobl, kalz eus Efraim,
Manase, Isakar ha Zabulon ne oant ket glanaet, hag e tebrjont ar Pask, hep ober
evel ma'z eo skrivet. Met Ezekiaz a bedas evito o lavarout: An AOTROU hag a zo
mat, ra bardono da bep hini
19 en deus lakaet e galon da glask Doue, an
AOTROU, Doue e dadoł, petra bennak ma n'en defe ket graet hervez glanidigezh ar
santual.
20 An AOTROU a selaouas pedenn Ezekiaz hag a
bareas ar bobl.
21 Mibien Israel hag en em gave e Jeruzalem a
reas eta gouel ar bara hep goell, e-pad seizh devezh, gant ul levenez vras. Al
Levited hag an aberzhourien a veule an AOTROU bemdez, gant binvioł a dregerne
evit an AOTROU.
22 Ezekiaz a gomzas ouzh kalon an holl Levited
en em ziskoueze desket-kaer e servij an AOTROU. Debriń a rejont e-pad seizh
devezh gant ar gouel, o kinnig aberzhoł a drugarekadennoł, hag o veuliń an
AOTROU Doue o zadoł.
23 Hag an holl vodadeg a voe ali ma vefe lidet
seizh deiz all. Hag e lidjont ar seizh deiz-se el levenez.
24 Rak Ezekiaz roue Juda a roas d'ar vodadeg mil
kole ha seizh mil dańvad, hag ar pennoł a roas d'ar vodadeg mil kole ha dek mil
dańvad. Hag aberzhourien e-leizh o doa en em santelaet.
25 Hag holl vodadeg Juda, gant an aberzhourien
hag al Levited, hag an holl vodadeg deuet eus Israel, hag an diavaezidi deuet
eus bro Israel pe o chom e Juda, a laouenaas.
26 Bez' e voe eta ul levenez vras e Jeruzalem,
rak abaoe amzer Salomon mab David, roue Israel, ne oa ket c'hoarvezet un dra
heńvel e Jeruzalem.
27 Goude-se an aberzhourien Levited a savas hag
a vennigas ar bobl, hag o mouezh a voe klevet, hag o fedenn a yeas betek an
neńvoł, chomlec'h santel an AOTROU.
Pennad 31
1 Pa voe echu kement-se, holl re Israel hag en
em gave eno a yeas dre gźrioł Juda, hag e torrjont an delwennoł, hag e
tiskarjont an Asheraoł (= doueezoł), hag e tispennjont an
uhellec'hioł hag an aoterioł a oa en holl Juda, Benjamin, Efraim ha Manase, ken
na voe holl distrujet. Hag holl vibien Israel a zistroas, pep hini d'e zalc'h,
pep hini d'e gźr.
2 Ezekias a adlakaas kevrennoł an aberzhourien
hag al Levited, hervez o c'hevrennoł, o c'hargoł, ken an aberzhourien hag al
Levited, evit al loskaberzhoł hag an aberzhoł a drugarekadennoł, evit ober ar
servij, evit trugarekaat ha meuliń ouzh dorojoł kamp an AOTROU.
3 Ar roue a roas ivez ul lodenn eus e vadoł
evit al loskaberzhoł, evit loskaberzhoł ar beure hag an abardaez, evit
loskaberzhoł an deizioł sabad, al loarioł-nevez hag ar gouelioł, evel m'eo
skrivet e lezenn an AOTROU.
4 Hag e lavaras d'ar bobl, da dud Jeruzalem,
reiń lodenn an aberzhourien hag al Levited, evit mirout lezenn an AOTROU.
5 Kerkent ha ma voe embannet an dra, mibien
Israel a roas frouezh kentań e-leizh eus gwinizh, gwin, eoul, mel, hag holl
eostadoł ar parkeier. Degas a rejont an deog eus pep tra, a-leizh.
6 Mibien Israel ha Juda, hag a oa o chom e
kźrioł Juda, a zegasas ivez an deog eus an ejened hag eus an deńved, hag an
deog eus an traoł santel a oa gouestlet d'an AOTROU o Doue, hag e lakajont
anezho dre vernioł.
7 Kregiń a rejont d'ober ar bernioł kentań d'an
trede miz, ha d'ar seizhvet miz ec'h echujont anezho.
8 Ezekiaz hag ar pennoł a zeuas hag a welas ar
bernioł, hag e vennigjont an AOTROU hag e bobl Israel.
9 Hag Ezekiaz a reas goulennoł digant an
aberzhourien hag al Levited diwar-benn ar bernioł-se.
10 Hag Azaria an aberzhour-meur eus ti Zadok a
respontas dezhań: Abaoe ma vez degaset profoł da di an AOTROU, debret hon eus
hag ez omp bet leuniet, hag ez eus manet a-leizh, rak an AOTROU en deus
benniget e bobl, hag al lodenn vras-se eo ar pezh a zo manet.
11 Ezekiaz a lavaras kempenn kambroł e ti an
AOTROU, hag e voent kempennet.
12 Hag e voe degaset di gant fealded ar profoł,
an deog hag an traoł santel, hag al Leviad Konania en doe ar mererezh anezho,
gant Shimei e vreur, evel eiler.
13 Jehiel, Azazia, Nakad, Asael, Jerimod,
Jozabad, Eliel, Jismakia, Makad ha Benaja a oa eveshaerien dindan urzh Konania
ha Shimei e vreur, dre c'hourc'hemenn ar roue Ezekiaz hag Azaria gouarnour ti
Doue.
14 Al Leviad Kore mab Jimna, porzhier etrezek ar
sav-heol, en doa mererezh ar profoł a-youl-vat kinniget da Zoue, evit lodennań
ar profoł savet d'an AOTROU hag an traoł santel-meurbet.
15 Ha dindanań e oa Eden, Minjamin, Jozue,
Shemaja, Amaria ha Shekania, e kźrioł an aberzhourien, evit lodennań gant
fealded d'o breudeur hervez o c'hevrennoł, d'ar re vras ha d'ar re vihan,
16 d'ar re a oa merket el lignezouriezh evel pared adalek an oad a dri bloaz hag
uheloc'h, d'an holl re a yae da di an AOTROU evit ar servij pemdeziek, hervez o
c'hargoł hag hervez o c'hevrennoł,
17 d'an aberzhourien merket el lignezouriezh hervez tiez o zadoł, d'al Levited adalek an
oad a ugent vloaz hag uheloc'h, hervez o c'hargoł hag hervez o c'hevrennoł,
18 da re an holl vodadenn merket el lignezouriezh, gant o bugale
vihan, o gwragez, o mibien hag o merc'hed, rak gant fealded en em ouestlent
d'an traoł santel.
19 Ha diwar-benn mibien Aaron aberzhourien, ar
re a oa o chom war ar maez ha war douaroł o c'hźrioł, e oa e pep kźr tud
dilennet dre o anv evit reiń e lodenn da bep par e-touez an aberzhourien ha
d'an holl Levited merket el
lignezouriezh.
20 Ezekiaz a reas evel-se dre holl Juda, hag e
reas ar pezh a oa mat, reizh hag eeun dirak an AOTROU e Zoue.
21 En holl oberennoł a reas evit servij ti Doue,
hag evit al lezenn, hag evit ar gourc'hemennoł, e klaskas e Zoue hag e labouras
a-greiz e galon, hag e reas berzh.
Pennad 32
1 Goude ma voe graet an oberennoł a fealded-se,
ec'h erruas Sankerib roue Asiria. Dont a reas e Juda, hag e kampas a-enep ar
c'hźrioł kreńv, gant ar mennozh da dapout anezho.
2 Pa welas Ezekiaz e oa deuet Sankerib, hag en
doa troet e zremm war-zu Jeruzalem evit ober brezel dezhi,
3 en em guzulias gant e bennoł hag e dud
kalonek evit stouvań doureier ar feunteunioł a oa er-maez eus kźr, hag e
sikourjont anezhań.
4 Ur bobl vras en em zastumas, hag e stouvjont
an holl feuteunioł hag ar froud a rede dre greiz ar vro, en ur lavarout: Perak
e kavfe roue Asiria doureier e-leizh d'e zonedigezh?
5 Hag en em greńvaas, hag ec'h adsavas ar voger
e-lec'h ma oa freuzet hag ec'h uhelaas anezhi betek an tourioł, hag e savas ur
voger all en diavaez, hag e kreńvaas Milho e kźr David, hag ec'h aozas goafioł
ha skoedoł e-leizh,
6 Lakaat a reas penngadourien war ar bobl, hag
e tastumas anezho en e gichen war leurenn dor kźr, hag e komzas d'o c'halon o
lavarout:
7 Bezit kreńv ha kalonek! N'ho pet ket aon ha
na spontit ket dirak roue Asiria ha dirak ar maread tud a zo gantań, rak
ganeomp-ni ez eus muioc'h eget gantań.
8 Gantań emań brec'h ar c'hig, met ganeomp emań
an AOTROU hon Doue, evit hor sikour hag evit brezeliń en hor brezel. Hag ar
bobl en em fizias war gomzoł Ezekiaz roue Juda.
9 Goude-se, Sankerib roue Asiria, e-pad ma oa
dirak Lakish hag e holl nerzhioł gantań, a gasas e servijerien da Jeruzalem
etrezek Ezekiaz roue Juda hag etrezek holl re Juda a oa e Jeruzalem, da
lavarout:
10 Evel-henn e komz Sankerib roue Asiria: E
petra e lakait ho fiziańs, evit chom e Jeruzalem sezizet?
11 Ezekiaz, ha ne vount ket ac'hanoc'h da vont
d'ar marv, dre an naonegezh hag ar sec'hed, pa lavar: An AOTROU hon Doue a
zieubo ac'hanomp diouzh dorn roue Asiria?
12 Ha n'eo ket eń, Ezekiaz, an hini en deus lamet
kuit e uhellec'hioł hag e aoterioł, hag en deus roet an urzh-mań da Juda ha da
Jeruzalem o lavarout: Dirak un aoter hepken e stouot, ha warni e lakaiot da
vogediń?
13 Ha n'ouzoc'h ket ar pezh hon eus graet, me ha
va zadoł, da holl bobloł ar broioł all? Doueoł broadoł ar broioł-se, ha gallet
o deus dieubiń o broioł diouzh va dorn?
14 Pehini eus holl zoueoł ar broadoł-se, hag a
zo bet distrujet a-grenn gant va zadoł, en deus gallet dieubiń e bobl diouzh va
dorn, evit ma c'hellfe ho Toue ho tieubiń diouzh va dorn?
15 Bremań eta, ra ne douello ket Ezekiaz
ac'hanoc'h, ra ne vounto ket ac'hanoc'h evel-se, na gredit ket anezhań! Rak
doue ebet, eus broad ebet nag eus rouantelezh ebet, n'en deus gellet dieubiń e
bobl diouzh va dorn nag eus dorn va zadoł, neuze pegement nebeutoc'h ho Toue a
zieubfe ac'hanoc'h diouzh va dorn?
16 E servijerien a gomzas c'hoazh a-enep an
AOTROU Doue hag a-enep Ezekiaz e servijer.
17 Skrivań a reas lizhiri evit dismegańsiń an
AOTROU Doue Israel, o komz evel-henn a-enep dezhań: Evel ma n'o deus ket gallet
doueoł broadoł ar broioł all dieubiń o fobl diouzh va dorn, evel-se Doue
Ezekiaz ne c'hello ket dieubiń e bobl diouzh va dorn.
18 E servijerien a grie a vouezh uhel e yezh
yuzevek da bobl Jeruzalem a oa war ar voger, evit ober aon dezho hag o spontań,
e-sell da dapout kźr.
19 Komz a raent eus Doue Jeruzalem evel eus
doueoł broadoł an douar, ha n'int nemet oberoł daouarn an dud.
20 Neuze ar roue Ezekiaz hag ar profed Izaia mab
Amoz a bedas diwar kement-se, hag e krijont etrezek an neńvoł.
21 An AOTROU a gasas un ael a lazhas an holl
vrezelourien galonek, ar pennoł hag an ofiserien a oa e kamp roue Asiria, e
doare ma tistroas mezhek d'e vro. Hag ez eas da di e zoue, hag ar re a oa deuet
eus e vouzelloł a lakaas anezhań da gouezhań eno dre ar c'hleze.
22 Evel-se an AOTROU a saveteas Ezekiaz ha tud
Jeruzalem diouzh dorn Sankerib roue Asiria, ha diouzh dorn an holl, hag e
tiwallas anezho a bep tu.
23 Kalz a dud a gasas profoł d'an AOTROU, da
Jeruzalem, ha traoł prizius da Ezekiaz roue Juda, e doare ma voe uhelaet dirak
daoulagad an holl vroadoł goude-se.
24 En deizioł-se, Ezekiaz a voe klańv d'ar marv,
hag e pedas an AOTROU. An AOTROU a gomzas outań hag a roas dezhań un arouez.
25 Met Ezekiaz ne voe ket anaoudek eus ar
vadelezh en doa resevet, rak e galon a savas. Hag e voe kounnar a-enep dezhań,
hag a-enep Juda ha Jeruzalem.
26 Met Ezekiaz en em izelaas eus uhelder e
galon, eń ha tud Jeruzalem, ha kounnar an AOTROU ne zeuas ket warno e-pad buhez
Ezekiaz.
27 Ezekiaz en doe kalz a binvidigezhioł hag a
c'hloar, hag e tastumas teńzorioł arc'hant, aour, mein prizius, louzoł frondus,
skoedoł, hag a bep seurt traoł plijus.
28 Ober a reas tiez-dastum evit eostadoł
gwinizh, gwin hag eoul, ha staolioł evit loened a bep seurt ha krevier-deńved.
29 Sevel a reas kźrioł, hag en doe deńved ha
saout e-leizh, rak Doue en doa roet dezhań madoł bras-meurbet.
30 Eń eo, Ezekiaz, an hini a stouvas difourk
uhelań doureier ar Gihon, hag a gasas anezho eeun d'an traoń etrezek kuzh-heol
kźr David. Evel-se Ezekiaz a rae berzh en e holl oberoł.
31 Ha pa gasas pennoł roue Babilon kannaded
etrezek ennań evit klevout diwar-benn ar burzhud a oa en em gavet er vro, Doue
a zilezas anezhań evit e amprouiń, e-sell da c'houzout ar pezh a oa en e galon.
32 Diwar-benn nemorant oberoł Ezekiaz, hag e
vadelezhioł, kement-se a zo skrivet e gweledigezh profed Izaia mab Amoz, hag e levr rouaned Juda hag
Israel.
33 Hag Ezekiaz a c'hourvezas gant e dadoł, hag e
voe sebeliet en hini uhelań eus bezioł mibien David. Hag holl Juda ha tud
Jeruzalem a reas enor dezhań d'e varv. Ha Manase e vab a renas en e lec'h.
Pennad 33
1 Daouzek vloaz e oa Manase pa zeuas da roue,
hag e renas pemp bloaz hag hanter-kant e Jeruzalem.
2 Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad
an AOTROU, hervez euzhusterioł ar broadoł en doa kaset kuit an AOTROU dirak
mibien Israel.
3 Adsevel a reas an uhellec'hioł en doa
dispennet Ezekiaz e dad, hag e savas aoterioł d'ar Baaloł, hag e reas Asheraoł (= doueezoł), hag e stouas dirak holl arme an neńvoł, hag o
servijas.
4 Sevel a reas ivez aoterioł e ti an AOTROU,
daoust m'en doa lavaret an AOTROU diwar e benn: Va anv a vo e Jeruzalem da
viken.
5 Sevel a reas aoterioł da holl arme an neńvoł
war an div leurenn eus ti an AOTROU.
6 Lakaat a reas e vibien da dremen dre an tan e
traonienn mab Hinnon. Ober a rae hudsteredouriezh, achanterezh, sorserezh, hag
e c'houlennatae speredoł hag igromańserezed. Ober a reas ar pezh a zo
fall-kenań dirak daoulagad an AOTROU evit e gounnariń.
7 Lakaat a reas ur skeudenn gizellet, un idol
en doa graet, e ti Doue, daoust m'en doa lavaret Doue da Zavid ha da Salomon e
vab: Lakaat a rin da viken va anv en ti-mań hag e Jeruzalem, am eus dibabet
a-douez holl veuriadoł Israel.
8 Ne lakain ken Israel da vont er-maez eus an
douar am eus roet d'o zadoł, gant ma taolint hepken evezh d'ober kement am eus
gourc'hemennet dezho, hervez an holl lezenn, ar reolennoł hag ar barnedigezhioł
merket gant Moizez.
9 Manase a ziankas Juda ha tud Jeruzalem, betek
ober gwashoc'h eget ar broadoł o doa distrujet an AOTROU a-zirak mibien Israel.
10 Hag an AOTROU a
gomzas ouzh Manase hag ouzh e bobl, met ne fellas ket dezho klevout.
11 Neuze an AOTROU a gasas a-enep dezho pennoł
arme roue Asiria, a dapas Manase evit e lakaat ouzh an hern, hag e voe ereet
gant ur chadenn arem doubl, hag e voe kaset da Vabilon.
12 Pa voe en enkrez, e c'halvas an AOTROU e
Zoue, hag en em izelaas kalz dirak Doue e dadoł.
13 Pediń a reas anezhań, ha Doue a asantas d'e
bedenn hag a selaouas e c'houlenn, o reiń dezhań da zistreiń da Jeruzalem ha
d'e rouantelezh. Ha Manase a anavezas eo an AOTROU a zo Doue.
14 Goude-se e savas ur voger a-ziavaez evit Kźr
David, ouzh ar c'huzh-heol, eus ar Gihon, en draonienn, betek dor ar Pesked,
tro-dro da Ofel, hag e savas anezhi uhel-tre. Lakaat a reas penngadourien en
holl gźrioł kreńv Juda.
15 Lemel a reas eus ti an AOTROU an doueoł
diavaeziat hag an idol; hag an holl aoterioł en doa savet war venez ti an
AOTROU hag e Jeruzalem a daolas er-maez eus kźr.
16 Hag ec'h adsavas aoter an AOTROU, hag e reas
warni aberzhoł a drugarekadennoł hag a veuleudi, hag e lavaras da Juda servijań
an AOTROU Doue Israel.
17 Koulskoude ar bobl a aberzhe c'hoazh war an
uhellec'hioł, met hepken d'an AOTROU o Doue.
18 Diwar-benn nemorant oberoł Manase, e bedenn
d'e Zoue, ha komzoł ar welourien a gomzas outań en anv an AOTROU Doue Israel,
kement-se a zo skrivet en oberoł rouaned Israel.
19 E bedenn, penaos e voe selaouet, e holl
bec'hedoł hag e dorfedoł, al lec'hioł m'en deus savet uhellec'hioł, ha lakaet Asheraoł ha skeudennoł kizellet enno,
a-raok en em izelaat, kement-se a zo skrivet e komzoł ar welourien.
20 Ha Manase a c'hourvezas gant e dadoł, hag e
voe sebeliet en e di. Hag Amon e vab a renas en e lec'h.
21 Daou vloaz warn-ugent e oa Amon pa zeuas da
roue, hag e renas daou vloaz e Jeruzalem.
22 Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad
an AOTROU, evel m'en doa graet Manase e dad; aberzhiń a reas d'an holl
skeudennoł kizellet graet gant Manase e dad, hag e servijas anezho.
23 N'en em izelaas ket dirak an AOTROU evel m'en
doa en em izelaet Manase e dad, rak eń, Amon, en em lakaas kablusoc'h-kablusań.
24 E servijerien a iriennas a-enep dezhań, hag a
lakaas anezhań d'ar marv en e di.
25 Ha pobl ar vro a lazhas an holl re o doa
iriennet a-enep ar roue Amon, ha pobl ar vro a lakaas da roue e vab Jozia en e
lec'h.
Pennad 34
1 Eizh vloaz e oa Jozia pa zeuas da roue, hag e
renas ur bloaz ha tregont e Jeruzalem.
2 Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak
daoulagad an AOTROU, o kerzhout war hent David e dad, hep distreiń nag a-zehou
nag a-gleiz.
3 D'an eizhvet bloaz eus e ren, evel ma oa
c'hoazh yaouank, en em lakaas da glask Doue David e dad. Ha d'an daouzekvet
bloaz e krogas da c'hlanaat Juda ha Jeruzalem eus an uhellec'hioł, eus an Asheraoł, eus ar skeudennoł kizellet
hag eus ar skeudennoł teuzet.
4 Distrujet e voe dirazań aoterioł ar Baaloł,
hag eń a ziskaras ar peulioł-heol a oa warno. Bruzuniń a reas an Asheraoł, ar skeudennoł kizellet hag
ar skeudennoł teuzet, hag o fuzuilhas, hag e stlabezas ar poultr war-c'horre
bezioł ar re o doa aberzhet dezho.
5 Deviń a reas eskern an aberzhourien war o
aoterioł, hag e c'hlanaas Juda ha Jeruzalem.
6 Hag e kźrioł Manase, Efraim ha Simeon, betek
Neftali, e-kreiz o distruj,
7 e tiskaras an aoterioł hag an Asheraoł, hag e lakaas a-dammoł ar
skeudennoł kizellet hag o fuzuilhas, hag e tiskaras an holl beulioł-heol en
holl vro Israel. Goude e tistroas da Jeruzalem.
8 D'an triwec'hvet bloaz eus e ren, goude bezań
glanaet ar vro hag an templ, e kasas Shafan mab Azalia, Maaseja gouarnour kźr,
ha Joak mab Joakaz an diellour, evit dresań ti an AOTROU e Zoue.
9 Hag e teujont da gavout Hilkija an
aberzhour-meur, hag e rojont dezhań an arc'hant bet degaset e ti Doue hag a oa
bet dastumet gant al Levited diwallerien an treuzoł digant Manase, Efraim, holl
nemorant Israel, holl Juda ha Benjamin, ha tud Jeruzalem.
10 Lakaet e voe etre daouarn ar re o doa ar garg
eus al labour hag a eveshae ti an AOTROU. Hag int a roas anezhań d'ar re o doa
ar garg eus al labour hag a laboure e ti an AOTROU, evit adaozań ha dresań an
ti,
11 d'ar gilvizien ha d'ar vańsonerien, evit
prenań mein-ben ha koad, evit treustoł ha frammoł an ti distrujet gant rouaned
Juda.
12 An dud-se a labouras gant lealded en o oberenn.
Jakad hag Abdia, Levited a-douez mibien Merari, ha Zakaria ha Meshullam,
a-douez mibien ar Gehatiz, a evezhie anezho. Al Levited, an holl re a oa ampart
war ar binvioł-seniń,
13 a evezhie ar re a zouge bec'hioł hag ar re a
laboure e servijoł a bep seurt; bez' e oa ivez skribed, skoazellerien ha
porzhierien a-douez al Levited.
14 Evel ma tenned er-maez an arc'hant bet
degaset e ti an AOTROU, an aberzhour Hilkija a gavas levr lezenn an AOTROU roet
dre Voizez.
15 Neuze Hilkija a gemeras ar gomz hag a lavaras
da Shafan ar skrib: Kavet em eus levr al lezenn e ti an AOTROU! Hag Hilkija a
roas al levr da Shafan.
16 Shafan a zegasas al levr d'ar roue, hag a
gomzas d'ar roue o lavarout: Da servijerien o deus graet kement a zo bet roet
dezho d'ober.
17 Roet o deus an arc'hant a zo bet kavet e ti
an AOTROU, ha lakaet o deus anezhań etre daouarn ar re a evesha hag etre
daouarn ar re a labour.
18 Ar skrib Shafan a lavaras ivez d'ar roue: An
aberzhour Hilkija en deus roet din ul levr. Ha Shafan a lennas ennań dirak ar
roue.
19 Hag adal ma klevas ar roue komzoł al lezenn,
e rogas e zilhad,
20 hag e roas an urzh-mań da Hilkija, da Ahikam
mab Shafan, da Abdon mab Mika, da Shafan ar skrib, ha da Asaja servijer ar
roue, o lavarout:
21 Kit, goulennatait an AOTROU evidon hag evit
an nemorant eus Israel hag eus Juda, diwar-benn komzoł al levr a zo bet kavet.
Rak bras eo kounnar an AOTROU a zo bet skuilhet warnomp, dre ma n'o deus ket
miret hon tadoł komz an AOTROU, evit ober hervez kement a zo skrivet el
levr-mań.
22 Hilkija hag ar re anvet gant ar roue a yeas
da gavout Huldah ar brofedez, gwreg Shallum mab Tokad mab Hasra, diwaller an
dilhad. Hi a oa e chom e Jeruzalem, en eil karter. Hag e komzjont outi
diwar-benn an traoł-se.
23 Respont a reas: Evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Lavarit d'an den en deus
ho kaset davedon:
24 Evel-henn
e komz an AOTROU: Setu ez an da gas ur gwalleur war al lec'h-mań ha war
e dud, an holl vallozhioł a zo skrivet el levr a zo bet lennet dirak roue Juda.
25 Dre m'o deus va dilezet ha m'o deus lakaet da
vogediń da zoueoł all, evit va c'hounnariń gant holl oberoł o daouarn, va fulor
a vo skuilhet war al lec'h-mań, ha ne vo ket mouget.
26 Ha diwar-benn roue Juda en deus kaset
ac'hanoc'h da c'houlennata an AOTROU, e lavarot dezhań: Evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel diwar-benn ar c'homzoł ach
eus klevet:
27 Dre ma'z eo bet tener da galon, ha ma ec'h
eus en em izelaet dirak Doue pa ec'h eus klevet e gomzoł a-enep al lec'h-mań
hag a-enep e dud, dre ma ec'h eus en em izelaet dirazon, ha ma ec'h eus roget
da zilhad, ha ma ec'h eus gouelet dirazon, me ivez am eus klevet, eme an
AOTROU.
28 Setu ez an da zastum ac'hanout gant da dadoł,
hag e vi dastumet e peoc'h ez pez, ha da zaoulagad ne welint ket an holl zroug
ez an da lakaat da vont war al lec'h-mań ha war e dud. Hag e tegasjont ar
gomz-se d'ar roue.
29 Neuze ar roue a gasas da zastum holl
henaourien Juda ha Jeruzalem.
30 Hag ar roue a bignas da di an AOTROU gant
holl dud Juda hag annezidi Jeruzalem, hag an aberzhourien hag al Levited, hag
holl bobl adalek ar brasań betek ar bihanań. Hag e voe lennet dirazo holl
gomzoł levr an emglev a oa bet kavet e ti an AOTROU.
31 Ar roue en em zalc'has war e leurenn, hag a
reas emglev dirak an AOTROU, da gerzhout war-lerc'h an AOTROU, ha da virout e
c'hourc'hemennoł, e destenioł hag e reolennoł, a holl galon hag a holl ene, en
ur ober hervez komzoł an emglev skrivet el levr-se.
32 Hag e lakaas an holl re en em gave e
Jeruzalem hag e Benjamin da reiń o asant. Ha tud Jeruzalem a reas hervez emglev
Doue, Doue o zadoł.
33 Jozia a lamas eta an holl euzhusterioł eus an
holl vroioł a oa da vibien Israel, hag e reas d'an holl re en em gave en Israel
servijań an AOTROU o Doue. E-pad e holl vuhez, ne zistrojont ket diouzh an
AOTROU Doue o zadoł.
Pennad 35
1 Jozia a reas Pask an AOTROU e Jeruzalem, hag
e voe lazhet ar Pask d'ar bevarzekvet deiz eus ar miz kentań.
2 Lakaat a reas an aberzhourien en o c'hargoł,
hag e kennerzhas anezho e servij ti an AOTROU.
3 Lavarout a reas d'al Levited a gelenne holl
Israel hag a oa santel evit an AOTROU: Lakait an arc'h santel en ti en deus
savet Salomon mab David, roue Israel. N'hoc'h eus ken da zougen anezhi war ho
skoaz, bremań servijit an AOTROU ho Toue, gant e bobl Israel.
4 En em zalc'hit prest, hervez ho tiegezhioł
tadel, hervez ho kevrennoł, hervez skrid David roue Israel, hag hervez skrid
Salomon e vab.
5 En em zalc'hit er santual, hervez kevrennoł
tiegezhioł tadel ho preudeur, mibien ar bobl, hag hervez renkadur tiegezhioł
tadel al Levited.
6 Lazhit ar Pask, en em santelait, kempennit
anezhań evit ho preudeur, evit ober hervez ar gomz en deus disklźriet an AOTROU
dre Voizez.
7 Jozia a roas da dud ar bobl loened munut,
oaned ha menned evit ar Pask, evit an holl re a oa eno, en niver a dregont mil,
ha tri mil ejen. Ar re-se a voe kemeret diwar madoł ar roue.
8 Hag e bennoł a roas ur prof a-youl-vat d'ar
bobl, d'an aberzhourien ha d'al Levited. Hilkija, Zakaria ha Jehiel,
gouarnourien ti Doue, a roas d'an aberzhourien evit ar Pask daou vil c'hwec'h
kant oan, ha tri c'hant ejen.
9 Konania, Shemaja ha Netaneel e vreudeur, hag
Hashabia ha Jeiel ha Jozabad pennoł al Levited, a roas d'al Levited evit ar
Pask pemp mil oan, ha pemp kant ejen.
10 Ar servij o vezań kempennet, an aberzhourien
en em zalc'has en o lec'h hag al Levired en o c'hevrennoł, hervez gourc'hemenn
ar roue.
11 Hag e voe lazhet ar Pask, hag an aberzhourien
a rae sparfadur ar gwad degemeret digant daouarn al Levited, a zibezhie an
aberzhoł.
12 Lakaat a rejont a-du al loskaberzhoł, evit o
reiń da dud ar bobl hervez kevrennoł o ziegezhioł tadel, evit kinnig anezho
d'an AOTROU, evel m'eo skrivet e levr Moizez; hag evel-se e rejont ivez evit an
ejened.
13 Hag e lakajont ar Pask da rostań en tan,
hervez an urzh, hag e lakajont an traoł santel da boazhań e kaoterioł,
chaodouronoł ha palarennoł, hag e lodennjont a-dizh anezho da holl dud ar bobl.
14 Goude e prientjont ar pezh a oa evito o-unan
hag evit an aberzhourien, rak an aberzhourien mibien Aaron a voe dalc'het betek
an noz da ginnig al loskaberzhoł hag al lardoł. Setu perak al Levited a
brientas evito o-unan hag evit an aberzhourien mibien Aaron.
15 Ar ganerien mibien Azaf en em zalc'he en o
lec'h, hervez gourc'hemenn David, Azaf, Heman ha Jedutun gwelour ar roue, hag
ar borzhierien a oa ouzh pep dor. N'o doe ket da guitaat o servij, rak o
breudeur Levited a briente ar pezh a oa evito.
16 Evel-se holl servij an AOTROU a voe aozet en
deiz-se evit ober ar Pask, hag evit kinnig loskaberzhoł war aoter an AOTROU,
hervez gourc'hemenn ar roue Jozia.
17 Ober a reas ar Pask en amzer-se Mibien Israel
en em gave eno, hag e lidjont gouel ar bara hep goell e-pad seizh devezh.
18 Ne oa ket bet graet ur Pask heńvel ouzh hemań
en Israel abaoe deizioł ar profed Samuel. Hini ebet eus rouaned Israel n'en doa
graet ur Pask heńvel ouzh an hini a reas Jozia, gant an aberzhourien, al
Levited, holl Juda hag Israel en em gave eno, ha tud Jeruzalem.
19 Ar Pask-se a voe graet d'an triwec'hvet bloaz
eus ren Jozia.
20 Goude kement-se, p'en doe dreset Jozia an ti,
Neko roue an Ejipt a bignas d'ober brezel da Garkemish, war an Eufratez. Jozia
a yeas en arbenn dezhań.
21 Neko a gasas dezhań kannaded da lavarout:
Petra 'zo etre te ha me, roue Juda? N'eo ket ouzhit em eus droug hiziv, met
ouzh un ti a ra brezel din, ha Doue en deus lavaret din hastań. Paouez eta da
stourm ouzh Doue, hag a zo ganin, gant aon na zistrujfe ac'hanout.
22 Met Jozia ne fellas ket dezhań distreiń
dioutań, hag en em zic'hizas evit stourm outań. Ne selaouas ket komzoł Neko, a
zeue eus genoł Doue. Dont a reas evit stourm e plaenenn Megiddo.
23 Ar waregerien a dennas war ar roue Jozia, hag
ar roue a lavaras d'e servijerien: Kasit-me kuit, rak gwall-c'houliet on.
24 E servijerien a gasas anezhań kuit eus e
garr, a lakaas anezhań war ur c'harr all en doa, hag a gasas anezhań da
Jeruzalem, hag e varvas. Sebeliet e voe e bezioł e dadoł, hag holl Juda ha
Jeruzalem a reas kańv war Jozia.
25 Jeremiaz a reas ur werz war Jozia, hag an
holl ganerien hag an holl ganerezed o deus komzet eus Jozia en o gwerzioł betek
hiziv, ha graet o deus a gement-se ur reolenn en Israel. Ha setu, an traoł-se a
zo skrivet er gwerzioł.
26 Diwar-benn nemorant oberoł Jozia, hag e
vadelezhioł hervez ar pezh a zo skrivet e lezenn an AOTROU,
27 e oberoł kentań ha diwezhań, kement-se a zo
skrivet e levr rouaned Israel ha Juda.
Pennad 36
1 Pobl ar vro a gemeras Joakaz mab Jozia hag a
lakaas anezhań da roue e lec'h e dad e Jeruzalem.
2 Tri bloaz warn-ugent e oa Joakaz pa zeuas da roue,
hag e renas tri miz e Jeruzalem.
3 Ha roue an Ejipt a ziroueas anezhań e
Jeruzalem, hag e kondaonas ar vro da gant talant (~ 3 tonenn) arc'hant hag un talant (~ 30 kg) aour.
4 Roue an Ejipt a lakaas Eliakim breur Joakaz
da roue war Juda ha war Jeruzalem, hag e troas e anv e Jojakim. Ha Neko a
gemeras Joakaz e vreur hag a gasas anezhań d'an Ejipt.
5 Pemp bloaz warn-ugent e oa Jojakim pa zeuas
da roue, hag e renas unnek vloaz e Jeruzalem. Ober a reas ar pezh a zo fall
dirak daoulagad an AOTROU e Zoue.
6 Nebukadnezar roue Babilon a bignas a-enep
dezhań, hag a ereas anezhań gant ur chadenn arem doubl, evit e gas da Vabilon.
7 Nebukadnezar a gasas ivez gantań da Vabilon
listri eus ti an AOTROU, hag a lakaas anezho en e dempl e Babilon.
8 Diwar-benn nemorant oberoł Jojakim, an
euzhusterioł a reas hag ar pezh a oa kavet ennań, kement-se a zo skrivet e levr
rouaned Israel ha Juda. Ha Jojakin e vab a renas en e lec'h.
9 Eizh vloaz e oa Jojakin pa zeuas da roue, hag
e renas tri miz ha dek deiz e Jeruzalem. Ober a reas ar pezh a zo fall dirak
daoulagad an AOTROU.
10 Da zistro bloaz ar roue Nebukadnezar a gasas
tud da gerc'hat ha da zegas anezhań da Vabilon gant listri prizius ti an
AOTROU. Hag e lakaas Sedesia e vreur da roue war Juda ha war Jeruzalem.
11 Ur bloaz warn-ugent e oa Sedesia pa zeuas da
roue, hag e renas unnek vloaz e Jeruzalem.
12 Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad
an AOTROU e Zoue, ha n'en em izelaas ket dirak ar profed Jeremiaz, a gomze
a-berzh genoł an AOTROU.
13 Hag en em savas ivez a-enep ar roue
Nebukadnezar, en doa e lakaet da douiń dre Zoue. Reutaat a reas e c'houzoug hag
e kaletaas e galon, evit chom hep distreiń d'an AOTROU Doue Israel.
14 Holl bennoł an aberzhourien hag ar bobl a
greskas muioc'h-muiań o fallentez, hervez holl euzhusterioł ar broadoł, hag e
saotrjont an ti en doa santelaet an AOTROU e Jeruzalem.
15 An AOTROU, Doue o zadoł, en doa kaset
kemennoł dezho dre e gannaded, beure-mat e vezent kaset, rak truez en doa ouzh
e bobl hag ouzh e chomlec'h.
16 Hag e rejont goap ouzh kannaded Doue, o
tisprizań e gomzoł, hag e tismegańsjont e brofeded, betek ma savas kement fulor
an AOTROU a-enep e bobl, ken na voe mui a bareańs.
17 Neuze e lakaas da bignat a-enep dezho roue ar
Galdeiz, a lazhas o zud yaouank dre ar c'hleze e ti o santual. Ha n'en doe
truez nag ouzh an den yaouank, nag ouzh ar werc'hez, nag ouzh ar c'hozhiad, nag
ouzh ar blev gwenn, a lakaas holl etre e zaouarn.
18 Nebukadnezar a gasas da Vabilon holl listri
ti Doue, ar re vras hag ar re vihan, ha teńzorioł ti an AOTROU, ha teńzorioł ar
roue hag e bennoł.
19 Hag e tevjont ti Doue, hag e tiskarjont
mogerioł Jeruzalem; hec'h holl balezioł a voe devet dre an tan, hag hec'h holl
draoł prizius a voe distrujet.
20 Nebukadnezar a zegasas da Vabilon an nemorant
lezet gant ar c'hleze; hag e voent sklavourien dezhań ha d'e vibien, betek
aotrouniezh rouantelezh Persia,
21 evit ma vefe sevenet komz an AOTROU lavaret
dre c'henoł Jeremiaz, betek ma voe laouenaet an douar en e zeizioł Sabad. Holl
amzer e c'hlac'har a voe un diskuizh sabad dezhań, evit leuniań an dek vloaz ha
tri-ugent.
22 D'ar bloaz kentań eus Kiruz roue Persia, evit
ma vefe sevenet komz an AOTROU lavaret dre Jeremiaz, an AOTROU a zihunas spered
Kiruz roue Persia, a reas embann en e holl rouantelezh, ha zoken dre skrid, un
urzh a lavare:
23 Evel-henn e komz Kiruz roue Persia: An
AOTROU, Doue an neńvoł, en deus roet din holl rouantelezhioł an douar, hag eń
e-unan en deus gourc'hemennet din sevel un ti dezhań e Jeruzalem a zo e Juda.
Piv ac'hanoc'h a zo eus e bobl? Ra vo e Zoue gantań, ha ra bigno!