EIL LEVR

AR ROUANED

 

Pennad 1

1  Goude marv Akab, Moab en em savas a-enep Israel.

2  Akazia a gouezhas dre gael e gambr uhel e Samaria, hag e voe klańv. Hag e kasas kannaded en ur lavarout dezho: It da c'houlenn ali digant Baal-Zebub doue Ekron, evit gouzout hag-eń e savin eus ar c'hleńved-se.

3  Met ael an AOTROU a lavaras da Elia an Tishbiad: Sav, pign en arbenn da gannaded roue Samaria ha lavar dezho: Ha n'eus Doue ebet en Israel, pa'z it da c'houlenn ali digant Baal-Zebub doue Ekron?

4  En abeg da-se, evel-henn e komz an AOTROU: Ne ziskenni ket diwar ar gwele ma'z out pignet warnań, met a-dra-sur e varvi. Hag Elia a yeas kuit.

5  Ar gannaded a zistroas da gavout Akazia, a lavaras dezho: Perak e tistroit?

6  Hag e respontjont: Un den a zo pignet en arbenn deomp hag en deus lavaret deomp: Kit, distroit da gavout ar roue en deus ho kaset, ha lavarit dezhań: Evel-henn e komz an AOTROU: Ha n'eus Doue ebet en Israel, pa gasez da c'houlenn ali digant Baal-Zebub doue Ekron? En abeg da-se, ne ziskenni ket diwar ar gwele ma'z out pignet warnań, met a-dra-sur e varvi.

7  Hag e lavaras dezho: Penaos e oa an den-se, a zo pignet en arbenn deoc'h hag en deus lavaret deoc'h ar c'homzoł-se?

8  Hag e respontjont dezhań: Un den gwisket gant blev, hag en deus ur gouriz lźr en-dro d'e groazell. Hag e lavaras: Elia an Tishbiad eo.

9  Neuze e kasas etrezek ennań un ofiser a hanterkantad gant e hanter-kant den, a bignas d'e gavout. Ha setu, en em zalc'he war lein ar menez. An ofiser a lavaras dezhań: Den Doue, ar roue en deus lavaret: Diskenn!

10  Elia a respontas o lavarout da ofiser an hanterkantad: Mard on un den Doue, ra ziskenno an tan eus an neńvoł, ha ra lonko ac'hanout gant da hanterkantad. Hag an tan a ziskennas eus an neńvoł hag a lonkas anezhań gant e hanterkantad.

11  Akazia a gasas un ofiser a hanterkantad all gant e hanter-kant den, a gomzas outań o lavarout: Den Doue, evel-henn en deus lavaret ar roue: Hast buan diskenn!

12  Elia a respontas o lavarout: Mard on un den Doue, ra ziskenno an tan eus an neńvoł, ha ra lonko ac'hanout gant da hanterkantad. Ha tan Doue a ziskennas eus an neńvoł hag a lonkas anezhań gant e hanterkantad.

13  Akazia a gasas un trede ofiser a hanterkantad gant e hanter-kant den. An trede ofiser-mań a hanterkantad a bignas hag a zeuas, hag en ur blegań war e zaoulin dirak Elia, e pedas anezhań o lavarout: Den Doue, da bediń a ran, ra vo prizius ouzh da zaoulagad va buhez ha buhez an hanter-kant den-mań, da servijerien!

14  Setu, an tan a zo diskennet eus an neńvoł hag en deus lonket an daou ofiser kentań a hanterkantad gant o hanter-kant den, met bremań, ra vo prizius va buhez ouzh da zaoulagad.

15  Ael an AOTROU a lavaras da Elia: Diskenn gantań, na'z pez ket aon dirazań. Sevel a reas eta, hag e tiskennas gantań da gavout ar roue.

16  Hag e lavaras dezhań: Evel-henn e komz an AOTROU: Peogwir ec'h eus kaset kannaded da c'houlenn ali digant Baal-Zebub doue Ekron, evel na vije Doue ebet en Israel evit goulenn digant e gomz, ne ziskenni ket diwar ar gwele ma'z out pignet warnań, met a-dra-sur e varvi.

17  Neuze e varvas, hervez komz an AOTROU disklźriet gant Elia. Ha Joram a renas en e lec'h, d'an eilvet bloaz eus Joram mab Jozafad roue Juda, rak n'en doa mab ebet.

18  Diwar-benn nemorant oberoł Akazia ha kement a reas, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloł rouaned Israel?

 

Pennad 2

1  Pa savas an AOTROU Elia en ur gorventenn d'an neńvoł, e teue Elia hag Elizea eus Gilgal.

2  Elia a lavaras da Elizea: Chom amań mar plij, rak an AOTROU a gas ac'hanon da Vetel. Met Elizea a lavaras: An AOTROU a zo bev ha da ene a zo bev! Ne zilezin ket ac'hanout. Evel-se e tiskennjont da Vetel.

3  Mibien ar brofeded a oa e Betel a zeuas da gavout Elizea, hag e lavarjont dezhań: Ha gouzout a rez ez a hiziv an AOTROU da lemel da vestr a-us da'z penn? Hag e lavaras: Gouzout a ran, chomit peoc'h.

4  Elia a lavaras dezhań: Elizea, chom amań mar plij, rak an AOTROU a gas ac'hanon da Jeriko. Met lavarout a reas: An AOTROU a zo bev ha da ene a zo bev! Ne zilezin ket ac'hanout. Evel-se e teujont da Jeriko.

5  Mibien ar brofeded a oa e Jeriko a dostaas ouzh Elizea, hag e lavarjont dezhań: Ha gouzout a rez ez a hiziv an AOTROU da lemel da vestr a-us da'z penn? Hag e lavaras: Gouzout a ran, chomit peoc'h.

6  Elia a lavaras dezhań: Chom amań mar plij, rak an AOTROU a gas ac'hanon d'ar Jordan. lavarout a reas: An AOTROU a zo bev ha da ene a zo bev! Ne zilezin ket ac'hanout. Evel-se ez ejont o-daou di.

7  Hanter-kant den a-douez mibien ar brofeded a zeuas hag en em zalc'has pell a-dal. O-daou a chomas en o sav e-kichen ar Jordan.

8  Neuze Elia a gemeras e vantell hag a rollas anezhi, hag e skoas war an doureier, en em rannas aze hag amań, hag e tremenjont o-daou war ar sec'h.

9  Pa voent tremenet, Elia a lavaras da Elizea: Goulenn ar pezh a fell dit a rafen evidout, a-raok ma vin lamet diganit. Elizea a lavaras: Ra vo warnon, mar plij, ur muzul daougement eus da spered.

10  Hag e lavaras: Goulenn a rez un dra diaes. Mar gwelez ac'hanon pa vin lamet diganit, e c'hoarvezo evel-se, anez, kement-se ne c'hoarvezo ket.

11  Hag evel ma kendalc'hent war o hent en ur gerzhout hag en ur gomz, setu ur c'harr tan ha kezeg tan a zispartias an eil digant egile, hag Elia a bignas d'an neńvoł en ur gorventenn.

12  Elizea, o sellout outań, a grie: Va zad! Va zad! Karr Israel hag e varc'hegiezh! He ne welas ken anezhań. Hag o kregiń en e zilhad, o rogas e daou damm.

13  Hag e c'horroas ar vantell en doa Elia lezet da gouezhań diwarnań. Hag e tistroas, hag e chomas war ribl ar Jordan.

14  Kemer a reas ar vantell en doa Elia lezet da gouezhań diwarnań, hag e skoas war an doureier en ur lavarout: Pelec'h emań an AOTROU Doue Elia? Eń ivez a skoas war an doureier, en em rannas aze hag amań, hag Elizea a dremenas.

15  Pa welas anezhań mibien ar brofeded a oa e Jeriko, a-dal, e lavarjont: Emań bremań spered Elia war Elizea. Hag e teujont en arbenn dezhań, hag e stoujont d'an douar dirazań.

16  Lavarout a rejont dezhań: Setu, e-touez da servijerien ez eus hanter-kant den kalonek. Mar plij, lez anezho da vont da glask da vestr. Marteze Spered an AOTROU en deus e lamet hag e daolet war ur menez pe en un draonienn bennak. Hag e lavaras: N'o c'hasit ket.

17  Met derc'hel a rejont warnań betek ma vefe mezhek ha ma lavarfe: Kasit. Hag e kasjont hanter-kant den, a glaskas e-pad tri deiz, ha ne gavjont ket anezhań.

18  Hag e tistrojont d'e gavout da Jeriko, e-lec'h ma oa chomet. Eń a lavaras dezho: Ha ne'm boa ket lavaret deoc'h: N'it ket?

19  Tud kźr a lavaras da Elizea: Setu, chomadenn er gźr-mań a zo plijus, evel ma wel va aotrou, met an dour a zo fall hag an douar a zo difrouezh.

20  Eń a lavaras: Kasit din ul lestr nevez, ha lakait holen ennań. Hag e kasjont dezhań.

21  Hag ez eas da vammenn an doureier, hag e taolas holen enni en ur lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Yac'haet em eus an doureier-mań, ha ne vint ken kiriek na da varv na da zifrouezhidigezh.

22  An doureier a voe yac'haet betek hiziv, hervez ar ger en doa disklźriet Elizea.

23  Hag ac'hane e pignas da Vetel. Evel ma pigne dre an hent, e teuas paotred vihan eus kźr, oc'h ober goap outań o lavarout: Pign moal! Pign moal!

24  O tistreiń, e welas anezho hag o milligas en anv an AOTROU. Neuze div arzhez a zeuas eus ar c'hoad hag a ziframmas daou-ugent eus ar vugale-se.

25  Mont a reas ac'hane da Venez Karmel, a-belec'h e tistroas da Samaria.

 

Pennad 3

1  En triwec'hvet bloaz eus Jozafad roue Juda, e teuas Joram mab Akab da roue e Samaria. Ren a reas daouzek vloaz.

2  Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, nann koulskoude evel e dad hag e vamm, rak lemel a reas ar peul en doa graet e dad da Vaal.

3  Met chom a reas stag ouzh pec'hedoł Jeroboam mab Nebad, en doa lakaet Israel da bec'hiń drezo, ha ne zistroas ket diwarno.

4  Mesha roue Moab en doa tropelloł, hag e paee da roue Israel ur gwir a gant mil oan ha kant mil tourz gant o gloan.

5  Met pa voe marv Akab, roue Moab en em savas a-enep roue Israel.

6  Rak-se ar roue Joram a yeas er-maez en deiz-se eus Samaria hag a niveras holl Israel.

7  Kas a reas da gavout Jozafad roue Juda, evit lavarout dezhań: Roue Moab a zo en em savet a-enep din. Hag e teui ganin d'ar brezel a-enep Moab? Hag e lavaras: Mont a rin ganit. Me a raio eveldout, va fobl evel da bobl, va c'hezeg evel da gezeg.

8  Hag e lavaras: Dre beseurt hent e pignimp? Hag e respontas: Dre hent gouelec'h Edom.

9  Evel-se ez eas roue Israel, roue Juda ha roue Edom, hag e kerzhjont e-pad seizh devezh. Met an dour a vankas evit ar c'hamp hag evit al loened a yae war o lerc'h.

10  Roue Israel a lavaras: Siwazh! An AOTROU en deus galvet an tri roue-mań evit o lakaat etre daouarn Moab.

11  Ha Jozafad a lavaras: Ha n'eus ket amań ur profed d'an AOTROU, ma c'houlennimp kuzul digant an AOTROU drezań? Unan eus servijerien roue Israel a respontas o lavarout: Bez' ez eus Elizea mab Shafad, a skuilhe dour war zaouarn Elia.

12  Jozafad a lavaras: Komz an AOTROU a zo gantań. Roue Israel, Jozafad ha roue Edom a ziskennas d'e gavout.

13  Elizea a lavaras da roue Israel: Petra 'zo etre me ha te? Kae etrezek profeded da dad ha profeded da vamm! Ha roue Israel a lavaras dezhań: Nann, rak an AOTROU en deus galvet an tri roue-mań evit o lakaat etre daouarn Moab.

14  Neuze Elizea a lavaras: AOTROU an armeoł, en em zalc'han dirazań, a zo bev! Ma ne vefe ket abalamour da Jozafad roue Juda, ne rafen van ebet ouzhit.

15  Bremań degasit din ur soner telenn. Hag evel ma sone ar soner, dorn an AOTROU a voe war Elizea.

16  Hag e lavaras: Evel-henn e komz an AOTROU: Grit fozioł dre an holl draonienn-mań.

17  Rak evel-henn e komz an AOTROU: Ne welot nag avel na glav, met an draonienn-mań a vo leun a zour, hag ec'h evot, c'hwi, ho tropelloł hag ho loened.

18  Ha re nebeut eo ouzh daoulagad an AOTROU, lakaat a raio Moab etre ho taouarn.

19  Skeiń a reot war an holl gźrioł kreńv hag an holl gźrioł brasań, hag e tiskarot an holl wez mat, hag e stouvot an holl mammennoł dour, hag e wastot gant mein an holl barkeier gwellań.

20  Ha diouzh ar beure, d'an eur ma vez kinniget an donezon, e c'hoarvezas ma voe gwelet dour o tont eus hent Edom, hag ar vro a voe leuniet a zour.

21  An holl Voabiz o vezań klevet e oa pignet ar rouaned d'ober brezel dezho, en em zastumas, adalek an holl re a oa en oad da c'hourizań ar c'hleze ha dreistoc'h, hag en em zalc'hjont war an harzoł.

22  Hag e savjont abred da vintin, ha pa skedas an heol war an doureier, ar Voabiz a welas dirazo an doureier ruz evel gwad.

23  Hag e lavarjont: Gwad eo! A-dra-sur ar rouaned a zo en em lazhet, ha pep hini en deus skoet war e genseurt. Bremań eta, Moabiz, d'ar preizh!

24  Evel-se e teujont da gamp Israel. Met an Israeliz a savas hag a bilas ar Voabiz, a dec'has kuit dirazo. Goude ez ejont donoc'h er vro hag e skojont war Voab.

25  Distrujań a rejont ar c'hźrioł, pep hini a daolas mein er parkeier gwellań d'o leuniań, stouvań a rejont an holl vammennoł dour, hag e tiskarjont an holl wez mat, ken na lezjont nemet mein e Kir-Haresed, a voe kelc'hiet ha pilet gant an dalmerien.

26  Roue Moab, o welout ne oa ket an hini kreńvań, a gemeras gantań c'hwec'h kant den o tennań ar c'hleze, evit mont betek roue Edom, met ne c'helljont ket.

27  Neuze e kemeras e vab henań, an hini en dije renet en e lec'h, hag e kinnigas anezhań evel ul loskaberzh war ar voger. Ur vrouez bras a voe war an Israeliz, hag en em dennjont dioutań hag e tistrojont d'o bro.

 

Pennad 4

1  Un intańvez, a-douez gwragez mibien ar brofeded, a grias da Elizea o lavarout: Da servijer va gwaz a zo marv, ha gouzout a rez penaos e touje da servijer an AOTROU. Hag ar c'hredour a zo deuet da gemer va daou vugel, evit ma vint sklaved.

2  Elizea a lavaras dezhi: Petra 'rin evidout? Disklźr din ar pezh ac'h eus ez ti. Hag hi a lavaras: Da servijerez n'he deus netra en ti nemet ur podad eoul.

3  Neuze e lavaras dezhi: Kae er-maez, goulenn listri digant da holl amezeien, listri goullo, ha na c'houlenn ket un niver bihan.

4  Ha kae ez ti, serr an nor warnout ha war da vibien, hag e skuilhi en holl listri-se, o lakaat a-gostez ar re a vo leun.

5  Mont a reas eta a-digantań, hag e serras an nor warni ha war e vibien. Int a zegase al listri dezhi, hag hi a skuilhe enno.

6  Pa voe leun al listri, e lavaras d'he mab: Degas din c'hoazh ul lestr. Hag e respontas: N'eus lestr ebet ken. Hag an eoul a baouezas.

7  Neuze e teuas da zisklźriań kement-se da zen Doue, a lavaras: Kae da werzhań an eoul ha pae da zle; te ha da vibien a vevo gant an nemorant.

8  Un deiz ma tremenas Elizea dre Sunem, e oa eno ur vaouez pinvidik a zalc'has anezhań da zebriń bara en he zi. Ha bep gwech ma tremene, ez ae di evit debriń bara.

9  Hag hi a lavaras d'he gwaz: Setu, gouzout a ran ez eo un den santel a Zoue, an hini a zeu dalc'hmat d'hon ti.

10  Greomp, mar plij, ur gambr uhel vihan, ha lakaomp enni ur gwele, un daol, ur gador hag ur c'hantolor. Pa zeuio d'hon ti, en em denno eno.

11  Un deiz eta, o vezań deuet di, en em dennas er gambr uhel, hag e tiskuizhas eno.

12  Hag e lavaras da C'hehazi e servijer: Galv ar Sunamitez-se. He gervel a reas, hag homań en em zalc'has dirazań.

13  Neuze e lavaras da C'hehazi: Lavar dezhi: Setu, kemeret ec'h eus an holl brederioł-se ganeomp, petra a c'hellimp ober evidout? Bez' ac'h eus da gomz ouzh ar roue, pe ouzh penn an arme? Hag e respontas: Emaon o chom e-touez va fobl.

14  Hag e lavaras: Petra ober eviti? Gehazi a respontas: Met n'he deus mab ebet, hag he gwaz a zo kozh.

15  Elizea a lavaras: Galv-hi! Hag e c'halvas anezhi, hag hi en em zalc'has ouzh an nor.

16  Elizea a lavaras: Er bloaz a zeu, d'ar mare-mań, e vriati ur mab. Hi a lavaras: Nann, va aotrou, den Doue, na lavar ket gevier da'z servijerez!

17  Ar vaouez a gońsevas hag a c'hanas ur mab er bloaz war-lerc'h, d'an hevelep mare, evel m'en doa lavaret Elizea dezhi.

18  Ar bugel a greskas, hag e c'hoarvezas ma'z eas un deiz da gavout e dad, e-kichen ar vederien,

19  hag e lavaras d'e dad: Va fenn! Va fenn! An tad a lavaras d'e servijer: Doug-eń d'e vamm.

20  E zougen a reas eta hag en kasas d'e vamm. Hag e chomas war he daoulin betek kreisteiz, hag e varvas.

21  Pignat a reas, hag e c'hourvezas anezhań war wele den Doue, hag e serras an nor warnań, hag ez eas er-maez.

22  Goude e c'halvas he gwaz hag e lavaras dezhań: Degas din, mar plij, unan eus ar servijerien hag un azenez, hag ez in betek den Doue, hag e tistroin.

23  Eń a lavaras: Perak e fell dit mont d'e gavout hiziv? N'eus nag al loar nevez nag ar sabad. Hi a respontas: Mont a ra!

24  Hag e reas dibrań an azenez, hag e lavaras d'he servijer: Kas buan ha na c'horreka ken na lavarin dit.

25  Evel-se ez eas kuit hag e teuas etrezek den Doue da Venez Karmel. Kerkent ha ma welas den Doue anezhi, a-bell, e lavaras da C'hehazi e servijer: Setu aze ar Sunamitez!

26  Kae, kerzh en arbenn dezhi ha lavar dezhi: Ha mont a ra mat an traoł ganit, ha gant da bried, ha gant ar bugel? Hi a lavaras: Mont a ra!

27  Hag e teuas da gavout den Doue war ar menez, hag e krogas en e dreid. Gehazi a dostaas evit he fellaat, met den Doue a lavaras dezhań: Lez-hi, rak hec'h ene a zo er c'hwervoni, hag an AOTROU en deus kuzhet-se ouzhin, n'en deus ket en disklźriet din.

28  Hag hi a lavaras: Ha goulennet em boa ur mab digant va aotrou? Ha ne'm boa ket lavaret dit: Na'm zouell ket?

29  Elizea a lavaras da C'hehazi: Gouriz da zivgroazell, kemer va bazh ez torn, ha kae. Mar kavez unan bennak, n'en saludi ket, mar salud unan bennak ac'hanout, ne responti ket dezhań, hag e lakai va bazh war zremm ar bugel.

30  Mamm ar bugel a lavaras: An AOTROU a zo bev ha da ene a zo bev! Ne zilezin ket ac'hanout. Hag e savas hag ez eas war he lerc'h.

31  Gehazi, o vezań o diaraoget, a lakaas ar vazh war zremm ar bugel. Met ne voe na mouezh na merk a evezh. Distreiń a reas da gavout Elizea, hag e kontas kement-se dezhań o lavarout: Ar bugel n'eo ket dihunet.

32  Elizea a zeuas eta en ti, ha setu, ar bugel a oa marv ha gourvezet war e wele.

33  Mont a reas e-barzh, hag e serras an nor warno o-daou, hag e pedas an AOTROU.

34  Hag e pignas, hag e c'hourvezas war ar bugel, o lakaat e c'henoł war e c'henoł, e zaoulagad war e zaoulagad, e zaouarn war e zaouarn. Astenn a reas warnań, ha kig ar bugel a voe tommaet.

35  Hag e tistroe, hag e kerzhe dre an ti amań hag ahont, hag e pigne hag ec'h astenne c'hoazh warnań. Da ziwezhań ar bugel a strevias seizh gwech, hag ar bugel a zigoras e zaoulagad.

36  Neuze e c'halvas Gehazi hag e lavaras dezhań: Galv ar Sunamitez. Hag he gervel a reas, hag hi a zeuas da gavout Elizea a lavaras dezhi: Kemer da vab.

37  Dont a reas d'en em deurel d'e dreid, hag e stouas d'an douar; goude e kemeras he mab hag ez eas er-maez.

38  Elizea a zistroas da C'hilgal. Bez' e oa un naonegezh er vro. Mibien ar brofeded a oa azezet dirazań, hag e lavaras d'e servijer: Laka ar pod bras, ha poazh ur soubenn evit mibien ar brofeded.

39  Unan bennak a yeas d'ar parkeier da zastum louzeier. Kavout a reas ur winienn ouez, hag e tastumas diwarni koulourdrennoł-moc'h gouez, leizh e wiskamant. Pa zistroas, e lakaas anezho a-dammoł e pod ar soubenn, rak ne ouient ket petra e oa.

40  Hag e voe roet d'an dud-se da zebriń, met raktal m'o doe debret eus ar soubenn-se, e krijont o lavarout: Den Doue, ar marv a zo er pod-se! Ha ne c'helljont ket debriń.

41  Elizea a lavaras: Degasit bleud. Hag e taolas anezhań er pod, hag e lavaras: Roit d'an dud-se, ma tebrint. Ha ne voe netra ken fall er pod.

42  Neuze e teuas eus Baal-Shalisha un den a zegasas da zen Doue bara ar frouezh kentań, ugent baraenn heiz hag ed kentań en e sac'h. Elizea a lavaras: Ro d'an dud-se, ma tebrint.

43  E servijer a lavaras: Penaos e roin diouto da gant den? Met respont a reas: Ro d'an dud-se, ma tebrint, rak evel-henn e komz an AOTROU: Debret e vo hag e vano.

44  Evel-se o lakaas dirazo, hag e tebrjont, hag e vanas diouto, hervez komz an AOTROU.

 

Pennad 5

1  Naaman, penn arme roue Siria, a oa un den a-bouez hag enoret e-kichen e aotrou, rak an AOTROU en doa dieubet ar Siriz drezań. Met an den kadarn ha kalonek-mań a oa un den lovr.

2  Hogen ur bagad a oa aet er-maez eus Siria, ha degaset o doa ur brizoniadez eus bro Israel, ur plac'h vihan, a oa e servij gwreg Naaman.

3  Lavarout a reas d'he mestrez: Mar befe va aotrou dirak ar profed a zo e Samaria, e parefe anezhań raktal eus e lorgnez!

4  Hag ez eas eta d'e zisklźriań d'an aotrou o lavarout: Ar plac'h yaouank eus bro Israel he deus lavaret evel-henn hag evel-hont.

5  Roue Siria a lavaras: Kae! Kae hag e kasin ul lizher da roue Israel. Hag ez eas, en ur gemer en e zorn dek talant (~ 300 kg) arc'hant, c'hwec'h mil pezh aour ha dek dilhad nevez.

6  Hag e teuas da gavout roue Israel gant al lizher, e-lec'h ma oa lavaret: Bremań, pa en em gavo al lizher-mań ganit, e ouezi em eus kaset dit Naaman va servijer, evit ma yac'hai anezhań eus e lorgnez.

7  Adalek ma lennas roue Israel al lizher, e rogas e zilhad hag e lavaras: Hag ez on Doue evit ober mervel pe vevań, evit ma tegas hemań etrezek ennon da yac'haat un den eus e lorgnez? Dre-se, gouezit ha gwelit ne glask nemet un digarez a-enep din.

8  Pa ouezas Elizea den Doue, en doa roget roue Israel e zilhad, e kasas da lavarout d'ar roue: Perak ec'h eus roget da zilhad? Ra zeuio bremań da'm c'havout, hag e ouezo ez eus ur profed en Israel.

9  Naaman a zeuas eta gant e gezeg hag e garr, hag en em zalc'has ouzh dor ti Elizea.

10  Elizea a gasas ur c'hannad da lavarout dezhań: Kae, en em walc'h seizh gwech er Jordan, ha da gig a zistroio dit hag e vi glan.

11  Naaman a fuloras, hag ez eas kuit en ur lavarout: Setu e sońje ennon va-unan: Dont a raio etrezek ennon, en em zerc'hel a raio aze, gervel a raio anv an AOTROU e Zoue, astenn a raio e zorn war ar gouli, hag e pareo al lovreg.

12  Ha n'eo ket gwelloc'h stźrioł Damask, an Abana hag ar Parpar, eget holl zoureier Israel? Ha ne c'hellfen en em walc'hiń enno ha dont da vezań glan? Evel-se e tistroe, ha droug bras ennań.

13  Met e servijerien a dostaas hag a lavaras dezhań: Va zad, mar en defe ar profed lavaret dit un dra diaes, na'z pefe ket graet? Pegement muioc'h pa lavar dit: En em walc'h hag e vi glan.

14  Neuze e tiskennas hag en em soubas seizh gwech er Jordan, hervez komz den Doue, hag e gig a zistroas dezhań heńvel ouzh kig ur bugel bihan, hag e voe glan.

15  Neuze e tistroas da gavout den Doue, gant an holl re a oa gantań, hag en em zalc'has dirazań hag e lavaras: Setu ec'h ouzon bremań n'eus Doue ebet war an douar holl, nemet en Israel. Bremań mar plij ganit, degemer un donezon a-berzh da servijer.

16  Elizea a respontas: An AOTROU en em zalc'han dirazań a zo bev! Ne gemerin netra. Naaman a zalc'has anezhań da gemer, met ne fellas ket dezhań.

17  Naaman a lavaras: Da bediń a ran, ra vo roet eus an douar-mań da'z servijer, ur samm evit daou vul. Da servijer ne raio ken loskaberzh nag aberzh da zoueoł all, nemet d'an AOTROU.

18  Ra fello d'an AOTROU pardoniń kement-mań da'z servijer: pa'z aio va mestr da di Rimmon evit stouiń eno, ha ma en em harpo war va dorn, me a stouo e ti Rimmon. Ra fello d'an AOTROU pardoniń da'z servijer, pa stouin e ti Rimmon.

19  Elizea a lavaras dezhań: Kae e peoc'h! Naaman a yeas kuit hag a reas ur pennad hent.

20  Neuze Gehazi, servijer Elizea den Doue, a lavaras: Setu, va mestr en deus espernet Naaman ar Siriad, ha n'en deus ket degemeret eus e zorn ar pezh en doa degaset. An AOTROU a zo bev! Me a redo war e lerc'h, hag em bo un dra bennak digantań.

21  Gehazi a redas war-lerc'h Naaman. Naaman, o welout e rede war e lerc'h, a ziskennas diwar e garr d'e gavout hag a lavaras: Mont a ra mat pep tra?

22  Hag e respontas: Mont a ra mat pep tra! Va mestr am c'has da lavarout dit: Setu, deuet eo en eur-mań, eus menez Efraim, daou zen yaouank a-douez mibien ar brofeded. Ro dezho, mar plij, un talant (~ 30 kg) arc'hant ha daou zilhad nevez.

23  Naaman a lavaras: Plij ganit kemer daou dalant. Hag e talc'has anezhań da gemer, hag e lakaas daou dalant arc'hant e daou sac'h, gant daou zilhad nevez. Hag e roas anezho da zaou servijer, d'o dougen dirak Gehazi.

24  Pa voe deuet d'ar grec'hienn, o c'hemeras eus o daouarn hag o lakaas en ti. Goude e kasas an dud-se a zistroas.

25  Hag e teuas d'en em zerc'hel dirak e vestr. Elizea a lavaras: A-belec'h e teuez, Gehazi? Hag e respontas: Da servijer n'eo aet nag amań nag aze.

26  Met lavarout a reas dezhań: Va c'halon, ha ne oa ket aet aze, el lec'h ma tiskennas an den-se diwar e garr da'z kavout? Hag emań an amzer da gemer arc'hant, da gemer dilhad, gwez-olivez, gwini, deńved, ejened, servijerien ha servijerezed?

27  Lorgnez Naaman a stago ouzhit hag ouzh da lignez da viken. Gehazi a yeas kuit a-zirazań, gwenn gant al lorgnez evel erc'h.

 

Pennad 6

1  Mibien ar brofeded a lavaras da Elizea: Setu, al lec'h ma'z omp azezet dirazout a zo re enk evidomp.

2  Deomp eta betek ar Jordan, hag e kemerimp ac'hano pep hini un treust, hag e savimp du-hont ur chomlec'h. Eń a respontas: Kit.

3  Unan anezho a lavaras: Plij ganit, me az ped, dont gant da servijerien. Eń a respontas: Mont a rin.

4  Mont a reas eta ganto. Hag e teujont d'ar Jordan hag e troc'hjont koad.

5  Met evel ma oa unan o troc'hań ur pezh koad, an houarn a gouezhas en dour. Hag e krias hag e lavaras: Siwazh va aotrou! Ha c'hoazh e oa amprestet.

6  Ha den Doue a lavaras: Pelec'h eo kouezhet? Hag e tiskouezas dezhań al lec'h. Elizea a droc'has un tamm koad hag en taolas eno, hag e lakaas an houarn da neuńvial.

7  Hag e lavaras: Krog ennań. Hag ec'h astennas e zorn, hag e kemeras anezhań.

8  Roue Siria, oc'h ober brezel a-enep Israel, en em guzulias gant e servijerien o lavarout: Va c'hamp a vo el lec'h-mań.

9  Ha den Doue a gase da lavarout da roue Israel: Diwall da dremen dre al lec'h-se, rak ar Siriz a zo diskennet eno.

10  Roue Israel a gase etrezek al lec'h m'en doa komzet den Doue diwar e benn ha disklźriet dezhań, hag e oa war evezh. Kement-se a c'hoarvezas ouzhpenn ur wech ha div.

11  Kalon roue Siria a voe trubuilhet, hag e c'halvas e servijerien, hag e lavaras: Ha ne ziskuliot ket din piv eus hor re a zo evit roue Israel?

12  Unan eus e servijerien a lavaras dezhań: N'eus hini ebet, o roue va aotrou! Met Elizea, ar profed a zo en Israel, a zisklźr da roue Israel ar c'homzoł a lavarez er gambr ma kouskez.

13  Neuze e lavaras: Kit, gwelit pelec'h emań, hag e kasin da dapout anezhań. Hag e voe lavaret dezhań: Setu, emań e Dotan.

14  Hag e kasas di kezeg ha kirri, gant un arme vras, a erruas d'an noz hag a gelc'hias kźr.

15  Servijer den Doue a savas mintin mat hag e yeas er-maez. Ha setu, soudarded gant kezeg ha kirri a gelc'hie kźr. E servijer a lavaras dezhań: Siwazh, va aotrou! Penaos e raimp?

16  Hag e respontas: Na'z pez ket aon, rak ar re a zo ganeomp a zo niverusoc'h eget ar re a zo ganto.

17  Elizea a bedas hag a lavaras: AOTROU, plij ganit digeriń e zaoulagad, ma welo. An AOTROU a zigoras daoulagad ar servijer, hag e welas: setu, ar menez a oa leun a gezeg hag a girri tan en-dro da Elizea.

18  Ar Siriz a ziskennas etrezek Elizea, hag hemań a bedas an AOTROU o lavarout: Plij ganit skeiń an dud-se a zallentez. Hag e voent skoet a zallentez, hervez komz Elizea.

19  Hag Elizea a lavaras dezho: N'emań ket amań an hent ha n'emań ket amań kźr. Deuit war va lerc'h, hag e kasin ac'hanoc'h etrezek an den a glaskit. Hag e kasas anezho da Samaria.

20  Pa voent deuet e Samaria, Elizea a lavaras: AOTROU, digor o daoulagad dezho, ma welint. An AOTROU a zigoras o daoulagad, hag e weljont: setu, e oant e-kreiz Samaria.

21  Pa welas anezho roue Israel, e lavaras da Elizea: Va zad, ha skeiń a rin, ha skeiń a rin?

22  Hag e respontas: Na skoi ket. Hag e skoez ar re a rez prizonidi gant da gleze ha da wareg? Laka bara ha dour dirazo, ma tebrint ha ma'c'h evint, hag ez aint da gavout o aotrou.

23  Hag e reas chervad dezho, hag e tebrjont hag ec'h evjont, ha goude e kasas anezho hag ez ejont da gavout o aotrou. Ha soudarded Siria ne gendalc'hjont ken da zont da vro Israel.

24  Goude an traoł-se e c'hoarvezas ma tastumas Ben-Hadad roue Siria e holl arme, hag e pignas da sezizań Samaria.

25  Bez' e voe un naonegezh vras e Samaria, ha setu, e oa sezizet ken tost ma oa gwerzhet ur penn azen pevar-ugent sikl (~ 800 g) arc'hant, hag ur c'hard eus ur c'hab (~ 0,3 l) kaoc'h koulm pemp sikl (~ 50 g) arc'hant.

26  Evel ma tremene roue Israel war ar voger, ur vaouez a grias dezhań o lavarout: Sikour-me, o roue va aotrou!

27  Hag e lavaras: Pa ne sikour ket an AOTROU ac'hanout, a-belec'h e sikourin-me ac'hanout? Hag e vefe diouzh al leur pe diouzh ar waskerell?

28  Ar roue a lavaras dezhi ivez: Petra ac'h eus? Hi a lavaras: Ar vaouez-mań he deus lavaret din: Ro da vab, ha debromp-eń hiziv, ha warc'hoazh e tebrimp va hini.

29  Hag hon eus lakaet va mab da boazhań hag e zebret, hag an deiz war-lerc'h em eus lavaret dezhi: Ro da vab hag e tebrimp. Met kuzhet he deus he mab.

30  Pa glevas ar roue komzoł ar vaouez-se, e rogas e zilhad. Tremen a rae neuze war ar voger, hag ar bobl a welas en doa ur sac'h dindan, war e gorf.

31  Ar roue a lavaras: Ra raio Doue din hervez an diwezhań rustoni, ma chom hiziv e benn war Elizea mab Shafad.

32  Elizea a oa azezet en e di, hag an henaourien a oa azezet gantań. Ar roue a gasas un den dirazań. Met a-raok ma voe erru ar c'hannad, Elizea a lavaras d'an henaourien: Ha gwelout a rit penaos mab al lazher-se a zegas un den evit troc'hań din va fenn? Pa zeuio ar c'hannad, lakait evezh da serriń an nor ha d'e zerc'hel e-tal an nor. Ha ne glevit ket trouz treid e vestr a zeu war e lerc'h?

33  Evel ma komze c'hoazh, setu, ar c'hannad, o tiskenn d'e gavout, a lavaras: Setu, an droug-mań a zeu a-berzh an AOTROU. Petra ken am eus da c'hortoz a-berzh an AOTROU?

 

Pennad 7

1  Elizea a lavaras: Selaouit komz an AOTROU: Evel-henn e komz an AOTROU: Warc'hoazh d'an eur-mań, ur sea (~ 7,5 l) flour bleud a vo evit ur sikl (~ 10 g), ha daou sea heiz evit ur sikl, e-tal dor Samaria.

2  An ofiser ma en em harpe ar roue war e zorn, a respontas da zen Doue o lavarout: Pa rafe an AOTROU prenestroł en neńvoł, hag e c'hoarvezo kement-se? Elizea a lavaras: Setu, e welout a ri gant da zaoulagad, met ne zebri ket diouto.

3  Bez' e oa ouzh dor kźr pevar den lovr, a lavarjont an eil d'egile: Perak e chomfemp amań betek ma varvimp?

4  Mar lavaromp: Deomp e kźr, an naonegezh a zo e kźr hag e varvimp eno. Mar chomomp amań, e varvimp ivez. Deuit eta hag e ruzimp e kamp ar Siriz. Mar hol lezont da vevań, e vevimp, ha mar hol lakaont d'ar marv, e varvimp.

5  E deroł an noz e savjont evit mont da gamp ar Siriz, hag e teujont betek penn kamp ar Siriz, ha setu, ne oa den eno.

6  Rak an AOTROU en doa lakaet da glevout e kamp ar Siriz un trouz kirri hag un trouz kezeg, trouz un arme vras, e doare m'o deus lavaret an eil d'egile: Setu, roue Israel en deus paeet rouaned an Hitited ha rouaned an Ejipsianed da zont a-enep deomp.

7  Hag e oant savet ha tec'het kuit e deroł an noz, hag o doa lezet o zeltennoł, o c'hezeg, o ezen, hag ar c'hamp evel ma oa, hag e oant tec'het kuit evit saveteiń o buhez.

8  Al lovreien-mań a zeuas eta da benn ar c'hamp, a yeas en un deltenn, a zebras, a evas, a gemeras arc'hant, aour ha dilhad, hag a yeas d'o c'huzhat. Goude-se e teujont adarre hag ez ejont d'un deltenn all, hag eno ivez e kemerjont traoł, hag ez ejont d'o c'huzhat.

9  Neuze e lavarjont an eil d'egile: Ne reomp ket brav. An deiz-mań a zo un deiz a geloł mat, hag e chomomp dilavar! Mar gortozomp betek ma vo deuet an deiz, an direizhder hon tapo. Deuit bremań, deomp da zisklźriań ar c'heloł-se da di ar roue.

10  Mont a rejont eta hag e c'halvjont porzhierien kźr evit disklźriań ar c'heloł-se dezho o lavarout: Aet omp da gamp ar Siriz, ha setu, ne oa den eno na mouezh den e-barzh. N'eus nemet kezeg hag ezen stag, hag an teltennoł evel ma oant.

11  Neuze ar borzhierien a grias hag a zisklźrias ar c'heloł-se da di ar roue en diabarzh.

12  Ar roue a savas en noz hag a lavaras d'e servijerien: Setu ar pezh o deus graet ar Siriz deomp: gouzout a reont ez omp marnaoniet, hag ez int aet kuit eus ar c'hamp da guzhat er maezioł en ur lavarout: Pa vint deuet er-maez eus kźr, e tapimp anezho bev hag ez aimp e kźr.

13  Unan eus e servijerien a lavaras: Ra vo kemeret pemp eus ar c'hezeg a zo manet a nemorant, setu emaint evel holl engroez Israel a zo manet, ya evel holl engroez Israel a zo bet kuzumet. Kasomp da welout.

14  Kemer a rejont eta daou garr gant o c'hezeg, hag ar roue a gasas anezho war-lerc'h arme ar Siriz, hag a lavaras dezho: Kit ha gwelit.

15  Mont a rejont war o lerc'h betek ar Jordan, ha setu, an holl hent a oa goloet a zilhad hag a draoł o doa taolet kuit ar Siriz en o buander. Hag ar gannaded a zistroas da zisklźriań ar c'heloł-se d'ar roue.

16  Neuze ar bobl a yeas er-maez hag a breizhas kamp ar Siriz, e doare ma voe ur sea (~ 7,5 l) flour bleud evit ur sikl (~ 10 g) ha daou sea heiz evit ur sikl, hervez komz an AOTROU.

17  Ar roue en doa lakaet an ofiser ma en em harpe war e zorn da ziwall an nor. Ar bobl a frikas anezhań e-tal an nor, hag e varvas, evel m'en doa lavaret den Doue, pa gomze ouzh ar roue a oa diskennet d'e gavout.

18  P'en doa komzet den Doue ouzh ar roue o lavarout: Warc'hoazh d'an eur-mań, daou sea heiz a vo evit ur sikl, hag ur sea flour bleud evit ur sikl, e-tal dor Samaria,

19  an ofiser en doa respontet da zen Doue o lavarout: Pa rafe an AOTROU prenestroł en neńvoł, hag e c'hoarvezo kement-se? Hag Elizea en doa lavaret: Setu, e welout a ri gant da zaoulagad, met ne zebri ket diouto.

20  Evel-se e c'hoarvezas gantań: ar bobl a frikas anezhań e-tal an nor, hag e varvas.

 

Pennad 8

1  Elizea en doa komzet ouzh ar vaouez m'en doa adroet ar vuhez d'he mab, o lavarout: Sav ha kae, te ha da diegezh, da chom el lec'h ma c'helli, rak an AOTROU en deus galvet an naonegezh, ha dont a ra war ar vro evit seizh vloaz.

2  Ar vaouez-mań eta, o vezań savet, en doa graet hervez komz den Doue. Aet e oa, hi hag he ziegezh, da chom seizh vloaz e bro ar Filistined.

3  Hag a-benn ar seizh vloaz e tistroas ar vaouez eus bro ar Filistined, hag e teuas da bediń ar roue diwar-benn he zi hag he farkeier.

4  Ar roue a gomze ouzh Gehazi servijer den Doue, o lavarout dezhań: Disklźr din an holl draoł bras en deus graet Elizea.

5  Evel ma tisklźrie d'ar roue penaos en doa adroet ar vuhez da unan marv, setu ar vaouez m'en doa adroet ar vuhez d'he mab, a zeuas da bediń ar roue diwar-benn he zi hag he farkeier. Gehazi a lavaras: O roue va aotrou, setu amań ar vaouez, ha setu amań he mab, en doa adroet Elizea e vuhez dezhań!

6  Neuze ar roue a reas goulennoł digant ar vaouez, hag hi a zisklźrias an traoł dezhań. Ar roue a roas ur spazhad dezhi, en ur lavarout: Gra resteurel dezhi kement a zo dezhi, gant holl leveoł he farkeier abaoe an deiz ma he deus kuitaet ar vro betek bremań.

7  Elizea a yeas da Zamask. Ben-Hadad roue Siria a oa gwall glańv, hag e voe lavaret dezhań: Den Doue a zo deuet betek amań.

8  Ar roue a lavaras da Hazael: Kemer ur prof ez torn ha kae da gavout den Doue, ha goulenn kuzul drezań digant an AOTROU, o lavarout: Hag ec'h adsavin eus ar c'hleńved-mań?

9  Hazael a yeas d'e gavout, o vezań kemeret gantań profoł, eus ar re wellań a oa e Damask, bec'h daou-ugent kańval. Dont a reas eta da gavout Elizea, hag e lavaras dezhań: Da vab Ben-Hadad roue Siria en deus va degaset da'z kavout evit lavarout dit: Hag ec'h adsavin eus ar c'hleńved-mań?

10  Elizea a respontas dezhań: Kae ha lavar dezhań: A-dra-sur ec'h adsavi! Met an AOTROU en deus diskouezet din e varvo.

11  Goude-se den Doue a sellas mat outań ha pell, hag a ouelas.

12  Hazael a lavaras: Perak e ouel va aotrou? Hag e respontas: Rak gouzout a ran pegement a zroug a ri da vibien Israel. Lakaat a ri an tan en o c'hreńvlec'hioł, lazhań a ri gant ar c'hleze o zud yaouank, flastrań a ri o bugale vihan, faoutań a ri kofoł o dougerezed.

13  Hazael a lavaras: Met piv eo da servijer, ha n'eo nemet ur c'hi, evit ober traoł ken bras? Elizea a respontas: An AOTROU en deus diskouezet din e vi roue eus Siria.

14  Hazael a yeas diouzh Elizea hag a zeuas da gavout e vestr, a lavaras dezhań: Petra en deus lavaret Elizea dit? Respont a reas: Lavaret en deus din: A-dra-sur ec'h adsavi!

15  Met an deiz war-lerc'h e kemeras ur pallenn a soubas en dour hag a astennas war e zremm, hag e varvas. Hag Hazael a renas en e lec'h.

16  Er pempvet bloaz eus Joram mab Akab roue Israel, Jozafad o vezań bet roue Juda, e teuas Joram mab Jozafad da roue war Juda.

17  Daou vloaz ha tregont e oa pa zeuas da roue, hag e renas eizh vloaz e Jeruzalem.

18  Kerzhout a reas war hent rouaned Israel, evel m'en doa graet ti Akab, rak merc'h Akab en doa da wreg. Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU.

19  Koulskoude an AOTROU ne fellas ket dezhań distrujań Juda, abalamour da Zavid e servijer, rak lavaret en doa dezhań e roje dezhań ul lamp e-touez e vibien da viken.

20  En e amzer, en em savas Edom a-enep mestroniezh Juda, hag e lakajont warno ur roue.

21  Joram a yeas da Zair gant e holl girri. Sevel a reas en noz, hag e skoas war an Edomiz a gelc'hie anezhań ha war bennoł ar c'hirri, hag ar bobl a dec'has d'o zeltennoł.

22  Koulskoude an Edomiz a zo bet disent ouzh Juda betek hiziv. En hevelep amzer, Libna ivez en em savas.

23  Diwar-benn nemorant oberoł Joram ha kement a reas, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloł rouaned Juda?

24  Joram a c'hourvezas gant e dadoł, hag e voe sebeliet gant e dadoł e kźr David. Hag Akazia e vab a renas en e lec'h.

25  En daouzekvet bloaz eus Joram mab Akab roue Israel, e teuas da roue Akazia mab Joram roue Juda.

26  Daou vloaz warn-ugent e oa Akazia pa zeuas da roue, hag e renas ur bloaz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Atalia merc'h Omri roue Israel.

27  Kerzhet en deus war hent ti Akab en ur ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, evel ti Akab, rak kar e oa da di Akab.

28  Mont a reas gant Joram mab Akab d'ober brezel a-enep Hazael roue Siria e Ramod-Galaad. Ar Siriz a c'hloazas Joram.

29  Ar roue Joram a zistroas evit pareań e Jizreel eus ar goulioł o doa graet dezhań ar Siriz e Rama, pa stourme a-enep Hazael roue Siria. Akazia mab Joram roue Juda a ziskennas da welout Joram mab Akab e Jizreel, dre ma oa klańv.

 

Pennad 9

1  Ar profed Elizea a c'halvas unan eus mibien ar brofeded hag a lavaras dezhań: Gouriz da zivgroazell, kemer ez torn ar vuredad eoul-mań, ha kae da Ramod-Galaad.

2  Pa vi erru eno, sell e-lec'h ma vo Jehu mab Jozafad mab Nimshi. Goude, kae d'ober dezhań sevel e-touez e vreudeur, ha laka anezhań da vont en ur gambr kuzhet.

3  Kemer a ri ar vuredad eoul, a skuilhi war e benn en ur lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Da oleviń a ran da roue war Israel! Goude e tigori an nor hag e tec'hi hep gortoz.

4  Evel-se, an den yaouank-se, servijer ar profed, a yeas da Ramod-Galaad.

5  Pa voe erru eno, pennoł an arme a oa azezet, hag e lavaras: Me am eus da gomz ouzhit, kabiten! Ha Jehu a lavaras: Da behini ac'hanomp-holl? Hag e lavaras: Dit-te kabiten!

6  Jehu a savas hag a yeas en ti. An den yaouank a skuilhas eoul war e benn hag a lavaras dezhań: Evel-henn e komz an AOTROU: Da oleviń a ran da roue war bobl an AOTROU, war Israel.

7  Skeiń a ri war di Akab da aotrou, hag e veńji war Jezabel gwad va servijerien ar brofeded, ha gwad holl servijerien an AOTROU.

8  Holl di Akab a vo distrujet, ha me a lamo kuit kement hini a zo da Akab, an hini a droazh ouzh ar voger evel an hini a zo serret ha dilezet en Israel.

9  Hag e lakain ti Akab evel ti Jeroboam mab Nebad, hag evel ti Baesha mab Akija.

10  Ar chas a zebro Jezabel war zouaroł Jizreel, ha ne vo den da sebeliań anezhi. Hag e tigoras an nor, hag e tec'has.

11  Neuze Jehu a yeas etrezek servijerien e aotrou. Hag e voe lavaret dezhań: Ha mont a ra mat pep tra? Perak eo deuet an diskiant-se da'z kavout? Respont a reas: Anavezout a rit mab-den hag e gomzoł.

12  Met lavarout a rejont: N'eo ket! Disklźr-se deomp bremań! Hag e lavaras: Komzet en deus ouzhin evel-mań hag evel-hont, o lavarout: Da oleviń a ran da roue war Israel.

13  Neuze e kemerjont a-hast pep hini e wiskamant, a lakajont dindanań war uhel an diri, ha seniń a rejont ar shofar en ur lavarout: Jehu a zo roue!

14  Evel-se, Jehu mab Jozafad mab Nimshi a iriennas a-enep Joram. Joram a ziwalle Ramod-Galaad, eń hag holl Israel, a-enep Hazael roue Siria.

15  Ar roue Joram a oa distroet evit pareań e Jizreel eus ar goulioł o doa graet dezhań ar Siriz, pa stourme a-enep Hazael roue Siria. Jehu a lavaras: Mar kavit mat, ra ned aio den eus kźr da gas ar c'heloł da Jizreel.

16  Ha Jehu a bignas war e garr hag a yeas da Jizreel, rak Joram a oa en e wele eno, hag Akazia roue Juda a oa diskennet eno evit gwelout Joram.

17  Ar gward a oa war an tour e Jizreel a welas strollad Jehu o tont, hag e lavaras: Gwelout a ran ur strollad. Joram a lavaras: Kemer ur marc'heger, ha kas-eń en arbenn dezho, ha ra lavaro: Evit ar peoc'h eo?

18  Ar marc'heger a yeas en arbenn dezhań hag a lavaras: Evel-henn e lavar ar roue: Evit ar peoc'h eo? Jehu a respontas: Petra ac'h eus d'ober gant ar peoc'h? Tremen a-dreńv din! Ar gward a roas keloł o lavarout: Ar c'hannad a zo aet betek enno, ha ne zistro ket.

19  Kaset e voe ur marc'heger all, a yeas daveto hag a lavaras: Evel-henn e lavar ar roue: Evit ar peoc'h eo? Jehu a respontas: Petra ac'h eus d'ober gant ar peoc'h? Tremen a-dreńv din!

20  Ar gward a roas keloł o lavarout: Aet eo betek enno, ha ne zistro ket. An doare da vleinań a zo heńvel ouzh hini Jehu mab Nimshi, rak bleinań a ra gant buander.

21  Neuze e lavaras Joram: Stag! Hag e voe staget e garr. Joram roue Israel a yeas er-maez gant Akazia roue Juda, pep hini en e garr, hag ez ejont etrezek Jehu, da gejań gantań e park Nabod eus Jizreel.

22  Kerkent ha ma welas Jehu, Joram a lavaras: Evit ar peoc'h eo? Jehu a respontas: Peseurt peoc'h, e-pad m'eo o c'hastaouiń Jezabel da vamm, gant he strobinelloł e niver ken bras?

23  Neuze Joram a droas brid hag a dec'has, hag e lavaras da Akazia: Trubardet omp, Akazia!

24  Jehu a grogas en e wareg hag a skoas ouzh Joram etre e zivskoaz, e doare ma treuzas ar bir e galon dezhań, hag e kouezhas war e zaoulin en e garr.

25  Jehu a lavaras da Vidkar e eiler: Kemer-eń ha taol-eń e park Nabod eus Jizreel. Rak az pez sońj, pa oamp war varc'h me ha te, an eil e-kichen egile war-lerc'h Akab e dad, an AOTROU a zisklźrias a-enep dezhań ar c'homzoł-mań:

26  Dec'h em eus gwelet gwad Nabod ha gwad e vibien, eme an AOTROU, met me en rento dit er park-se, eme an AOTROU. Setu perak, kemer-eń ha taol-eń er park-se, hervez komz an AOTROU.

27  Akazia roue Juda a welas kement-se, hag e tec'has dre hent ti al liorzh. Met Jehu a redas war e lerc'h hag a lavaras: Skoit warnań ivez en e garr! Hag e c'hoarvezas kement-se e savenn Gur e-kichen Jibleam. Akazia a dec'has da Vegiddo, hag e varvas eno.

28  E servijerien a zezougas anezhań war ur c'harr da Jeruzalem, hag e voe sebeliet en e vez gant e dadoł e kźr David.

29  En unnekvet bloaz eus Joram mab Akab, e oa deuet Akazia da roue war Juda.

30  Jehu a zeuas da Jizreel. Jezabel, o vezań klevet kement-se, a livas he dremm hag a ginklas he fenn, hag en em lakaas ouzh ar prenestr.

31  Evel ma tremene Jehu dre an nor, hi a lavaras: Evit ar peoc'h eo Zimri, a lazhas e vestr?

32  Hag e savas e zremm etrezek ar prenestr, hag e lavaras: Piv a zo ganin? Piv? Daou pe tri spazhad a sellas outań.

33  Hag e lavaras: Taolit-hi d'an traoń! Hag e taoljont anezhi, e doare ma strinkas eus he gwad ouzh ar voger hag ouzh ar c'hezeg. Hag e vac'has anezhi.

34   O vezań aet e-barzh, e tebras hag ec'h evas, hag e lavaras: Kit da welout bremań ar villigadenn-se, ha sebeilhit-hi, rak merc'h ur roue eo.

35  Mont a rejont eta evit he sebeliań, met ne gavjont diouti nemet ar c'hlopenn, an treid ha palvoł an daouarn.

36  O vezań distroet, en disklźrjont dezhań. Hag e lavaras: Ar gomz eo, en doa disklźriet an AOTROU dre e servijer Elia an Tishbiad, o lavarout: War zouaroł Jizreel ar chas a zebro kig Jezabel,

37  ha korf Jezabel a vo evel teil war ar parkeier eus douaroł Jizreel, e doare ma ne c'hello den lavarout: Amań emań Jezabel.

 

Pennad 10

1  Akab en doa dek mab ha tri-ugent e Samaria. Jehu a skrivas lizhiri, hag o c'hasas da Samaria da bennoł Jizreel, d'an henaourien, da c'houarnerien mibien Akab, da lavarout dezho:

2  Bremań, adalek m'en em gavo al lizher-mań ganeoc'h, c'hwi hag hoc'h eus mibien ho mestr ganeoc'h, kirri, kezeg, kreńvlec'h hag armoł,

3  gwelit piv, a-douez mibien ho mestr, a zo an hini gwellań hag a zere deoc'h ar muiań, lakait anezhań war dron e dad, ha stourmit evit ti ho mestr.

4  Neuze o doe un aon vras-meurbet, hag e lavarjont: Setu, daou roue n'o deus ket gellet derc'hel dirazań; penaos e talc'hfemp-ni?

5  Penn an ti, penn ar gźr, an henaourien, ha gouarnerien ar vibien a gasas da lavarout da Jehu: Ni a zo da servijerien, hag e raimp kement a lavari deomp. Ne lakaimp den da roue. Gra ar pezh a gavi mat.

6  Skrivań a reas dezho un eil lizher da lavarout: Mard oc'h evidon, mar sentit ouzh va mouezh, kemerit pennoł mibien ho mestr ha deuit da'm c'havout warc'hoazh d'an eur-mań, da Jizreel. Mibien ar roue, dek ha tri-ugent anezho, a oa e ti ar re vras a save anezho.

7  Kerkent ha ma oa al lizher deuet dezho, e kemerjont mibien ar roue, hag e lazhjont an dek ha tri-ugent den-se. O vezań lakaet o fennoł e paneroł, e kasjont anezho dezhań da Jizreel.

8  Ur c'hannad a zeuas d'en disklźriań dezhań o lavarout: Degaset o deus pennoł mibien ar roue. Jehu a lavaras: O lakait e daou vern e-tal dor kźr, betek ar mintin.

9  Da vintin ez eas er-maez, hag en em zalc'has dirak ar bobl en ur lavarout: Reizh oc'h! Setu em eus en em savet a-enep va mestr hag em eus e lazhet. Met piv en deus lazhet ar re-mań?

10  Gouezit bremań na gouezho netra d'an douar eus komz an AOTROU, an hini en deus disklźriet an AOTROU a-enep ti Akab. An AOTROU en deus graet ar pezh en doa lavaret dre e servijer Elia.

11  Jehu a lakaas ivez d'ar marv an holl re a vane eus ti Akab e Jizreel, an holl re vras, e vignoned hag e ofiserien, betek na vanas den a nemorant.

12  Goude e savas hag ez eas kuit etrezek hent Samaria. Evel ma oa en un ti mźsaerien war an hent,

13  Jehu a gavas breudeur Akazia roue Juda, hag e lavaras dezho: Piv ez oc'h? Int a respontas: Breudeur Akazia ez omp, hag e tiskennomp da saludiń mibien ar roue ha mibien ar rouanez.

14  Hag e lavaras: Krogit enno bev! Evel-se e voent kroget enno bev, hag e voent lazhet, daou zen ha daou-ugent e oant, e-kichen puńs an ti mźsaerien, ha ne vanas den a nemorant.

15  Hag ez eas ac'hane, hag e kavas Jonadab mab Rekab, a zeue en arbenn dezhań. E saludiń a reas, hag e lavaras: Hag eo da galon eeun em c'heńver, evel m'eo va c'halon ez keńver? Jonadab a respontas: Bez' eo! Mard eo, eme Jehu, ro din da zorn. Jonadab a roas e zorn dezhań, ha Jehu a lakaas anezhań da bignat er c'harr,

16  hag e lavaras: Deus ganin, hag e weli ar gred am eus evit an AOTROU. Evel-se e kasjont anezhań en e garr.

17  O vezań erruet e Samaria, e skoas war gement a vane eus Akab e Samaria, betek o distrujań holl, hervez ar pezh en doa lavaret an AOTROU da Elia.

18  Goude Jehu a zastumas an holl bobl, hag a lavaras dezho: Akab en deus servijet Baal nebeut, met Jehu en servijo kalz.

19  Bremań galvit da'm c'havout holl brofeded Baal, e holl servijerien hag e holl aberzhourien. Ra ne vanko unan, rak un aberzh bras am eus da ginnig da Vaal. Piv bennak a vanko ne vevo ket. Jehu a rae kement-se dre widre, evit lakaat d'ar marv ar re a servije Baal.

20  Jehu a lavaras: Embannit ur gouel evit Baal. Hag e voe embannet.

21  Jehu a gasas dre holl Israel. Holl servijerien Baal a zeuas, ha ne vanas den na vije ket deuet. Mont a rejont e ti Baal, ha ti Baal a voe leun eus ur penn d'egile.

22  Neuze e lavaras d'an hini en doa karg ar gwisklec'h: Degas dilhad evit holl servijerien Baal. Hag e tegasas dilhad evito.

23  Ha Jehu a yeas gant Jonadab mab Rekab e ti Baal, hag e lavaras da servijerien Baal: Klaskit ha sellit, evit na vo amań servijer an AOTROU ebet, met servijerien Baal hepken.

24  Mont a rejont eta evit kinnig aberzhoł ha loskaberzhoł. Jehu en doa lakaet er-maez pevar-ugent den, hag en doa lavaret dezho: An hini a lezo tec'hout unan eus an dud-se a lakaan etre ho taouarn, a baeo gant e vuhez buhez egile.

25  Pa voe echuet da ginnig al loskaberzh, Jehu a lavaras d'ar warded ha d'an ofiserien: Kit-tre ha skoit! Ra ned aio den er-maez! Lazhań a rejont eta anezho gant barvenn ar c'hleze. Hag ar warded hag an ofiserien o zaolas eno, hag ez ejont betek kźr ti Baal.

26  Tennań a rejont er-maez eus ti Baal ar peulioł, hag e tevjont anezho.

27  Hag e tiskarjont peul Baal, hag e tiskarjont ivez ti Baal, a zeuas da vezań ur c'han-skarzhań betek hiziv.

28  Evel-se Jehu a zistrujas Baal eus Israel.

29  Koulskoude Jehu ne zistroas ket diouzh pec'hedoł Jeroboam mab Nebad, en doa lakaet Israel da bec'hiń drezo: al leueoł aour e Betel hag e Dan.

30  An AOTROU a lavaras da Jehu: Dre ma ec'h eus graet ar pezh a zo reizh dirazon, ha ma ec'h eus graet da di Akab kement am boa em c'halon, da vibien a vo azezet war dron Israel betek ar pevare rumm.

31  Met Jehu ne lakaas ket evezh da gerzhout eus kreiz e galon e lezenn an AOTROU Doue Israel, ha ne zistroas ket diouzh pec'hedoł Jeroboam, en doa lakaet Israel da bec'hiń drezo.

32  En amzer-se an AOTROU a grogas da zidammań Israel, rak Hazael a skoas war an Israeliz war o holl harzoł,

33  adalek ar Jourdan betek ar sav-heol, holl vro Galaad, ar C'hadiz, ar Rubeniz, ar Vanasiz, hag adalek Aroer war froud Arnon betek Galaad ha Basan.

34  Diwar-benn nemorant oberoł Jehu, kement a reas hag e holl gurioł, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloł rouaned Israel?

35  Jehu a c'hourvezas gant e dadoł, hag e voe sebeliet e Samaria. Ha Joakaz e vab a renas en e lec'h.

36  An amzer ma renas Jehu war Israel e Samaria a voe eizh vloaz warn-ugent.

 

Pennad 11

1  Atalia mamm Akazia, o welout e oa marv he mab, a savas hag a lazhas holl lignez roueel.

2  Met Josheba, merc'h ar roue Joram, c'hoar Akazia, a gemeras Joaz mab Akazia, hag e laeras anezhań a-douez mibien ar roue a lakaed d'ar marv, hag e kuzhas anezhań ouzh daoulagad Atalia, eń gant e vagerez, e sal ar gweleoł, ha ne voe ket lakaet d'ar marv.

3  Kuzhet e voe ganti e-pad c'hwec'h vloaz e ti an AOTROU, e-keit ha ma rene Atalia war ar vro.

4  D'ar seizhvet bloaz, Jehojada a gasas da gerc'hat ar pennoł a gantoł, an ofiserien hag ar rederien, hag o lakaas da zont d'e gavout e ti an AOTROU. Hag e reas emglev ganto, hag e reas dezho touiń le e ti an AOTROU, hag e tiskouezas dezho mab ar roue.

5  Neuze e roas dezho ar gourc'hemenn-mań o lavarout: Setu ar pezh a reot: E-touez ac'hanoc'h hag a zeu e-barzh d'an deiz sabad, un drederenn a ziwallo ti ar roue,

6  un drederenn en em zalc'ho ouzh dor Sur, hag un drederenn ouzh an nor a zo a-dreńv d'ar rederien. Evel-se e tiwallot an ti evit ned aio den ennań.

7  Hag an div gevrenn ac'hanoc'h hag a ya er-maez d'an deiz sabad, a ziwallo ti an AOTROU e-kichen ar roue.

8  Hag e viot en-dro d'ar roue a bep tu, o terc'hel pep hini ac’hanoc’h e armoł en e zaouarn, ha piv bennak a yelo er renkoł a vo lakaet d'ar marv. C'hwi a vo e-kichen ar roue pa'z aio ha pa zeuio.

9  Ar pennoł a gantoł a reas eta kement en doa gourc'hemennet an aberzhour Jehojada. Kemer a rejont pep hini o zud, kenkoulz ar re a yae e-barzh d'an deiz sabad, hag ar re a yae er-maez d'an deiz sabad; hag e teujont da gavout an aberzhour Jehojada.

10  An aberzhour a roas d'ar pennoł a gantoł goafioł ha skoedoł a oa bet d'ar roue David hag a oa e ti Doue.

11  Ar rederien en em renkas tost ouzh ar roue, tro-dro, pep hini o terc'hel e armoł en e zaouarn, adalek tu dehou an templ betek tu kleiz an templ, a-hed an aoter hag an templ.

12  Neuze e lakaas da zont er-maez mab ar roue, hag e lakaas warnań ar gurunenn hag an Testeni. Ober a rejont anezhań roue, hag ec'h olevjont anezhań, hag o stlakań o daouarn, e lavarjont: Ra vevo ar roue!

13  Atalia a glevas trouz ar rederien hag ar bobl, hag e teuas da gavout ar bobl e ti an AOTROU.

14  Sellout a reas, ha setu, ar roue a oa en e sav e-kichen ar golonenn, hervez ar c'hiz, hag ar pennoł hag an trompilhoł a oa e-kichen ar roue. Holl bobl ar vro a oa oc'h en em laouenaat, hag e soned gant an trompilhoł. Neuze Atalia a rogas he dilhad hag a lavaras: Iriennad! Iriennad!

15  An aberzhour Jehojada a roas urzhioł d'ar pennoł a gantoł a rene an arme, hag e lavaras dezho: Kasit anezhi er-maez eus ar renkoł, ha ra vo lakaet d'ar marv dre ar c'hleze an hini a yelo war he lerc'h! Met an aberzhour en doa lavaret: Ne lakait ket anezhi d'ar marv e ti an AOTROU.

16  Lakaat a rejont o dorn warni, hag e tistroas dre hent donedigezh ar C'hezeg da di ar roue, hag e voe lazhet eno.

17  Jehojada, a reas un emglev etre an AOTROU, ar roue hag an holl bobl, ma vefent pobl an AOTROU; hag e reas unan etre ar roue hag ar bobl.

18  Holl bobl ar vro a yeas da di Baal, hag e tiskarjont anezhań, e torrjont a-grenn e aoterioł hag e skeudennoł, e lazhjont dirak an aoterioł Matan aberzhour Baal. An aberzhour a lakaas gwarded e ti an AOTROU.

19  Kemer a reas ar pennoł a gantoł, an ofiserien hag ar rederien, hag holl bobl ar vro, hag e rejont diskenn ar roue eus ti an AOTROU, hag ez ejont dre hent dor ar rederien e ti ar roue, hag ec'h azezas Joaz war dron ar rouaned.

20  Holl bobl ar vro a laouenaas, ha kźr a voe e peoc'h, goude ma voe lakaet d'ar marv Atalia dre ar c'hleze e ti ar roue.

21  Seizh vloaz e oa Joaz pa zeuas da roue.

 

Pennad 12

1  Er seizhvet bloaz eus Jehu, e teuas Joaz da roue, hag e renas daou-ugent vloaz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Zibia eus Beer-Sheba.

2  Joaz a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, e-pad holl vuhez an aberzhour Jehojada, a gelenne anezhań.

3  Met an uhellec'hioł ne voent ket lamet kuit. Ar bobl a aberzhe c'hoazh hag a lakae da vogediń war an uhellec'hioł.

4  Joaz a lavaras d'an aberzhourien: An holl arc'hant santel a vez degaset da di an AOTROU, an arc'hant a bep den a dremen, an arc'hant a zle pep hini hervez ar prizadur bet graet, hag an arc'hant a zegas pep hini a-youl-vat e ti an AOTROU,

5  ra gemero an aberzhourien anezhań, pep hini digant a re a anavez, evit dresań toulloł-freuz an ti, e pep lec'h ma vo kavet toulloł-freuz.

6  Met e c'hoarvezout a reas d'an trede bloaz warn-ugent eus ar roue Joaz, ma n'o doa ket dreset an aberzhourien toulloł-freuz an ti.

7  Neuze ar roue Joaz a c'halvas an aberzhour Jehojada hag an aberzhourien all, hag a lavaras dezho: Perak n'hoc'h eus ket dreset toulloł-freuz an ti? Bremań eta ne gemerot ken arc'hant digant ar re a anavezit, met e roiot anezhań evit toulloł-freuz an ti.

8  An aberzhourien a asantas tremen hep kemer arc'hant ar bobl, ha chom hep bezań karget da dresań toulloł-freuz an ti.

9  An aberzhour Jehojada a gemeras ur c'hef hag a reas un toull er golo, hag e lakaas anezhań e-kichen an aoter, en tu dehou pa'z aed e-barzh ti an AOTROU. An aberzhourien a ziwalle an treuzoł a lakae ennań an holl arc'hant a veze degaset e ti an AOTROU.

10  Pa welent e oa kalz a arc'hant er c'hef, skrib ar roue a bigne gant an aberzhour-meur, hag e tastument hag e niverent an arc'hant en em gave e ti an AOTROU.

11  Hag e lakaent an arc'hant-se, niveret mat, etre daouarn ar re a oa karget eus al labour, ar re a c'hourselle ti an AOTROU. Hag e paeent ar gilvizien hag ar saverien a laboure e ti an AOTROU,

12  ar vańsonerien hag ar venerien, ar prenadennoł koad ha mein-ben evit dresań toulloł-freuz ti an AOTROU, ha kement dispign evit dresań an ti.

13  Eus an arc'hant-se a veze degaset da di an AOTROU, ne voe ket graet kirinoł arc'hant evit ti an AOTROU, na mougerigoł, na hanafoł, na trompilhoł, na listri en aour, na listri en arc'hant,

14  met roet e oa d'ar re a oa karget eus al labour, d'ar re a zrese ti an AOTROU.

15  Ne veze ket graet kont d'ar re a zegemere an arc'hant-se etre o daouarn evit e lodennań d'ar vicherourien, rak gant reizhder e labourent.

16  Arc'hant an aberzhoł a gablusted hag arc'hant an aberzhoł-dic'haouiń ne veze ket degaset da di an AOTROU, rak evit an aberzhourien e oa.

17  Neuze Hazael roue Siria a bignas hag a reas brezel a-enep Gad, hag he zapas. Hag Hazael a zroas evit pignat a-enep Jeruzalem.

18  Joaz roue Juda a gemeras an holl draoł santelaet, ar pezh en doa santelaet Jozafad, Joram hag Akazia, e dadoł rouaned Juda, hag an traoł en doa santelaet e-unan, an holl aour en em gave e teńzorioł ti an AOTROU ha ti ar roue, hag e kasas anezho da Hazael roue Siria, en em dennas eus Jeruzalem.

19  Diwar-benn nemorant oberoł Joaz ha kement a reas, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloł rouaned Juda?

20  E servijerien, o vezań en em savet, a rejont un irienn hag a skojont war Joaz e ti Milho, e traonienn Silla.

21  Jozakar mab Shimead ha Jozabad mab Shomer, e servijerien, a skoas warnań, hag e varvas. Hag e voe sebeliet gant e dadoł e kźr David. Hag Amazia e vab a renas en e lec'h.

 

Pennad 13

1  En trede bloaz warn-ugent eus Joaz mab Akazia roue Juda, e teuas Joakaz mab Jehu da roue war Israel e Samaria. Ren a reas seitek vloaz.

2  Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, hag e kerzhas war-lerc'h pec'hedoł Jeroboam mab Nebad, en doa lakaet Israel da bec'hiń drezo, ha ne zistroas ket diwarno.

3  Kounnar an AOTROU a entanas a-enep Israel, hag e lakaas anezho etre daouarn Hazael roue Siria hag etre daouarn Ben-Hadad mab Hazael, e-pad an holl amzer-se.

4  Met Joakaz a aspedas an AOTROU, hag an AOTROU a selaouas outań, rak gwelout a reas ar gwaskerezh war Israel, dre ma waske anezho roue Siria.

5  An AOTROU a roas eta un dieuber da Israel, hag en em dennjont eus mestroniezh ar Siriz. Ha mibien Israel a chomas en o zeltennoł evel diagent.

6  Koulskoude ne zistrojont ket diouzh pec'hedoł ti Jeroboam, en doa lakaet Israel da bec'hiń drezo, hag e kerzhjont enno, hag e chomas zoken an Ashera (= doueez) e Samaria,

7  petra bennak ma ne oa ket manet a soudarded da Joakaz, nemet hanter-kant marc'heger, dek karr ha dek mil den war-droad. Rak roue Siria en doa o distrujet, hag o lakaet evel ar boultrenn a vac'her gant an treid.

8  Diwar-benn nemorant oberoł Joakaz, kement a reas hag e gurioł, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloł rouaned Israel?

9  Joakaz a c'hourvezas gant e dadoł, hag e voe sebeliet e Samaria. Ha Joaz e vab a renas en e lec'h.

10  Er seizhvet bloaz ha tregont eus Joaz roue Juda, e teuas Joaz mab Joakaz da roue war Israel e Samaria. Ren a reas c'hwezek vloaz.

11  Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, ha ne zistroas ket diouzh holl bec'hedoł Jeroboam mab Nebad, en doa lakaet Israel da bec'hiń drezo, enno e kerzhas.

12  Diwar-benn nemorant oberoł Joaz, kement a reas hag e gurioł, hag ar brezel a reas a-enep Amazia roue Juda, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloł rouaned Israel?

13  Joaz a c'hourvezas gant e dadoł, ha Jeroboam a azezas war e dron. Joaz a voe sebeliet e Samaria, gant rouaned Israel.

14  Evel ma oa klańv Elizea gant ar c'hleńved a varvje, Joaz roue Israel a ziskennas hag a ouelas war e zremm, en ur lavarout: Va zad! Va zad! Karr Israel hag e varc'hegiezh!

15  Elizea a lavaras dezhań: Kemer ur wareg ha biroł. Hag e kemeras ur wareg ha biroł.

16  Hag e lavaras da roue Israel: Stegn ar wareg gant da zorn. Hag he stegnas, hag Elizea a lakaas e zaouarn war zaouarn ar roue,

17  hag a lavaras: Digor ar prenestr etrezek ar sav-heol. Hag e tigoras anezhań. Hag Elizea a lavaras dezhań: Tenn. Hag e tennas. Hag Elizea a lavaras: Ur bir a zieubidigezh a-berzh an AOTROU eo, ur bir a zieubidigezh a-enep ar Siriz. Skeiń a ri war ar Siriz en Afek, betek o distrujań.

18  Hag e lavaras: Kemer ar biroł. Hag o c'hemeras. Hag e lavaras da roue Israel: Sko war an douar. Hag e skoas teir gwech, hag e paouezas.

19  Ha den Doue a gounnaras a-enep dezhań hag a lavaras: Ret e oa dit skeiń pemp pe c'hwec'h gwech, ha neuze ez pije skoet war ar Siriz betek o distrujań. Bremań e skoi war ar Siriz teir gwech.

20  Hag Elizea a varvas hag e voe sebeliet. Er bloaz war-lerc'h, bagadoł Moab a zeuas er vro.

21  Ha setu, tud o touarań un den, a welas ur bagad hag a daolas an den e bez Elizea. Hag an den-mań a yeas da stekiń ouzh eskern Elizea, hag ec'h advevas hag e savas war e dreid.

22  Hazael roue Siria en doa gwasket Israel e-pad holl vuhez Joakaz.

23  Met an AOTROU a reas trugarez dezho hag en doe truez outo, hag en em droas etrezek enno, abalamour d'e emglev gant Abraham, Izaak ha Jakob. Ne fellas ket dezhań o distrujań, ha, betek bremań n'en deus ket o zaolet kuit a-zirak e zremm.

24  Hazael roue Siria a varvas, ha Ben-Hadad e vab a renas en e lec'h.

25  Joaz mab Joakaz a adkemeras eus daouarn Ben-Hadad mab Hazael ar c'hźrioł en doa hemań kemeret eus daouarn Joakaz e dad, e-pad ar brezel. Joaz a gannas anezhań teir gwech, hag ec'h adkemeras kźrioł Israel.

 

Pennad 14

1  En eilvet bloaz eus Joaz mab Joakaz roue Israel, e teuas da roue Amazia mab Joaz roue Juda.

2  Pemp bloaz warn-ugent en doa pa zeuas da roue, hag e renas nav bloaz warn-ugent e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Joaddan eus Jeruzalem.

3  Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, nann koulskoude evel David e dad. Ober a reas holl evel m'en doa graet Joaz e dad.

4  Met an uhellec'hioł ne voent ket lamet kuit. Ar bobl a aberzhe c'hoazh hag a lakae da vogediń war an uhellec'hioł.

5  Pa voe startaet ar rouantelezh etre e zaouarn, e lakaas d'ar marv e servijerien o doa lazhet ar roue e dad.

6  Met ne lakaas ket d'ar marv mibien ar servijerien, evel ma'z eo skrivet e levr lezenn Moizez, e-lec'h m'en deus roet an AOTROU ar gourc'hemenn-mań: Ne vo ket lakaet d'ar marv an tadoł evit o mibien, ha ne vo ket lakaet d'ar marv ar vibien evit o zadoł, met lakaet e vo da vervel pep hini evit e bec'hed.

7  Skeiń a reas war dek mil den eus Edom e traonienn an Holen, hag e tapas Sela dre vrezel, hag ec'h anvas anezhi Jokteel, an anv he deus miret betek hiziv.

8  Amazia a gasas kannaded da gavout Joaz mab Joakaz, mab Jehu, roue Israel, da lavarout dezhań: Deus, ma en em welimp a-dal!

9  Ha Joaz roue Israel a gasas da lavarout da Amazia roue Juda: Spernenn al Liban he deus kaset da lavarout da sedrezenn al Liban: Ro da verc'h da wreg da'm mab. Met tremenet eo al loened gouez a zo el Liban, ha mac'het o deus ar spernenn.

10  Skoet ec'h eus kalet war Edom, ha da galon a zo en em c'hwezet. Laouena gant da c'hloar ha chom ez ti. Perak e krogfes gant un embregadenn fall ma kouezhfes drezi, ha Juda ganit?

11  Mez Amazia ne selaouas ket outań. Ha Joaz roue Israel a bignas, hag en em weljont a-dal, eń hag Amazia roue Juda, e Bet-Shemesh a zo e Juda.

12  Ha kannet e voe Juda gant Israel, hag e tec'has pep hini d'e deltenn.

13  Ha Joaz roue Israel a dapas Amazia roue Juda, mab Joaz, mab Joakaz, e Bet-Shemesh. Goude e teuas da Jeruzalem hag e reas un toull-freuz war bevar c'hant ilinad (~ 200 m) e moger Jeruzalem, adalek dor Efraim betek dor ar C'horn.

14  Kemer a reas an holl aour hag an holl arc'hant, hag an holl listri a voe kavet e ti an AOTROU hag e teńzorioł ti ar roue, hag ivez gouestlidi, hag e tistroas da Samaria.

15  Diwar-benn nemorant oberoł Joaz, ar pezh a reas hag e gurioł, hag ar brezel a reas a-enep Amazia roue Juda, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloł rouaned Israel?

16  Joaz a c'hourvezas gant e dadoł, hag e voe sebeliet e Samaria gant rouaned Israel. Ha Jeroboam e vab a renas en e lec'h.

17  Amazia mab Joaz, roue Juda, a vevas pemzek vloaz goude marv Joaz mab Joakaz, roue Israel.

18  Diwar-benn nemorant oberoł Amazia, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr rouaned Juda?

19  Un irienn a rejont a-enep dezhań e Jeruzalem, hag e tec'has da Lakish. Met e kasjont war e lerc'h da Lakish, hag en lazhjont eno.

20  Hag e voe douget war gezeg, hag e voe sebeliet e Jeruzalem gant e dadoł, e kźr David.

21  Neuze holl bobl Juda a gemeras Azaria, a oa oadet a c'hwezek vloaz, hag en lakajont da roue e-lec'h Amazia e dad.

22  Sevel a reas Elad, hag e tegasas anezhi da Juda, goude ma voe gourvezet ar roue gant e dadoł.

23  Er pempzekvet bloaz eus Amazia mab Joaz roue Juda, e teuas Jeroboam mab Joaz da roue war Israel e Samaria, evit ur bloaz ha daou-ugent.

24  Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, ha ne zistroas ket diouzh holl bec'hedoł Jeroboam mab Nebad, en doa lakaet Israel da bec'hiń drezo.

25  Adlakaat a reas harzoł Israel, adalek mont tre Hamad betek mor ar blaenenn, hervez ar gomz en doa disklźriet an AOTROU Doue Israel dre e servijer Jonaz mab Amitai, ar profed a oa eus Gad-Hefer,

26  rak an AOTROU a welas e oa c'hwerv-kenań glac'har Israel, ha ne vane den ken eus ar re a oa hualet nag eus ar re a oa frank, ha ne oa dieuber ebet evit Israel.

27  Hogen an AOTROU n'en doa ket divizet diverkań anv Israel a-zindan an neńvoł, hag evel-se e tieubas anezho dre zaouarn Jeroboam mab Joaz.

28  Diwar-benn nemorant oberoł Jeroboam, ar pezh a reas hag e gurioł er brezel evit adc'hounit Damask hag Hamad, hag a oa da Juda, evit Israel; kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloł rouaned Israel?

29  Jeroboam a c'hourvezas gant e dadoł, gant rouaned Israel. Ha Zakaria e vab a renas en e lec'h.

 

Pennad 15

1  Er seizhvet bloaz warn-ugent eus Jeroboam roue Israel, e teuas Azaria mab Amazia da roue war Juda.

2  C'hwezek vloaz e oa pa zeuas da roue, hag e renas daou vloaz hag hanter-kant e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Jekolia eus Jeruzalem.

3  Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, a-grenn evel m'en doa graet Amazia e dad.

4  Met an uhellec'hioł ne voent ket lamet kuit. Ar bobl a aberzhe c'hoazh hag a lakae da vogediń war an uhellec'hioł.

5  Met an AOTROU a skoas war ar roue a voe lovr betek deiz e varv, hag e chomas en un ti en distro. Ha Jotam mab ar roue a voe e penn ti ar roue, hag e varne pobl ar vro.

6  Diwar-benn nemorant oberoł Azaria ha kement a reas, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloł rouaned Juda?

7  Azaria a c'hourvezas gant e dadoł, hag e voe sebeliet gant e dadoł e kźr David. Ha Jotam e vab a renas en e lec'h.

8  En eizhvet bloaz ha tregont eus Azaria roue Juda, e teuas Zakaria mab Jeroboam da roue war Israel e Samaria, evit c'hwec'h miz.

9  Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, evel m'o doa graet e dadoł, ne zistroas ket diouzh holl bec'hedoł Jeroboam mab Nebad, en doa lakaet Israel da bec'hiń drezo.

10  Ha Shallum mab Jabez a iriennas a-enep dezhań, a skoas warnań dirak ar bobl, hag a lazhas anezhań. Hag e teuas da roue en e lec'h.

11  Diwar-benn nemorant oberoł Zakaria, kement-se a zo skrivet e levr danevelloł rouaned Israel.

12  Honnezh eo ar gomz en doa disklźriet an AOTROU da Jehu o lavarout: Da vibien a vo azezet war dron Israel betek ar pevare rumm. Evel-se e voe.

13  Shallum mab Jabez a zeuas da roue en navet bloaz ha tregont eus Ozia roue Juda, hag e renas ur miz e Samaria.

14  Ha Menahem mab Gadi a bignas eus Tirza, a yeas e Samaria, a skoas war Shallum mab Jabez e Samaria, hag a lazhas anezhań. Hag e teuas da roue en e lec'h.

15  Diwar-benn nemorant oberoł Shallum hag an irienn a reas, kement-se a zo skrivet e levr danevelloł rouaned Israel.

16  Neuze Menahem a skoas war Difsak ha war an holl re a oa gantań, ha war e vro adalek Tirza. Dre ma n'he doa ket digoret he dorioł dezhań, e skoas warni. Ha faoutań a reas o c'hofoł d'hec'h holl zougerezed.

17  En navet bloaz eus Azaria roue Juda, e teuas Menahem mab Gadi da roue war Israel, evit dek vloaz e Samaria.

18  Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, ne zistroas ket, e-pad e holl zeizioł, diouzh pec'hedoł Jeroboam mab Nebad, en doa lakaet Israel da bec'hiń drezo.

19  Pul roue Asiria a zeuas a-enep ar vro. Menahem a roas mil talant (~ 30 tonenn) arc'hant da Bul, evit ma sikourje anezhań da startaat ar rouantelezh etre e zaouarn.

20  Menahem a dennas an arc'hant-se diwar Israel, digant an holl re a oa galloudek e pinvidigezhioł, evit reiń da roue Asiria: digant pep hini hanter-kant sikl (~ 500 g) arc'hant. Evel-se roue Asiria a zistroas, ha ne chomas ket eno er vro.

21  Diwar-benn nemorant oberoł Menahem ha kement a reas, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloł rouaned Israel?

22  Menahem a c'hourvezas gant e dadoł. Ha Pekakia e vab a renas en e lec'h.

23  En hanterkantvet bloaz eus Azaria roue Juda, e teuas Pekakia da roue war Israel e Samaria, evit daou vloaz.

24  Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, ne zistroas ket diouzh pec'hedoł Jeroboam mab Nebad, en doa lakaet Israel da bec'hiń drezo.

25  Ha Pekak mab Remalia, e ofiser, a iriennas a-enep dezhań hag a skoas warnań e Samaria, e palez ti ar roue, gant Argob hag Arie, hag hanter-kant den gantań a-douez mibien ar C'halaadiz. Evel-se e lazhas anezhań hag e renas en e lec'h.

26  Diwar-benn nemorant oberoł Pekakia ha kement a reas, kement-se a zo skrivet e levr danevelloł rouaned Israel.

27  En eilvet bloaz hag hanter-kant eus Azaria roue Juda, e teuas Pekak mab Remalia da roue war Israel e Samaria, evit ugent vloaz.

28  Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, ne zistroas ket diouzh pec'hedoł Jeroboam mab Nebad, en doa lakaet Israel da bec'hiń drezo.

29  En amzer Pekak roue Israel, Tiglad-Pilezer roue Asiria a zeuas hag a dapas Ijon, Abel-Bed-Maaka, Janoak, Kedesh, Hazor, Galaad, ar Galilea, hag holl vro Neftali, hag e harluas ar bobl  da Asiria.

30  Hag Ozea mab Ela a iriennas a-enep Pekak mab Remalia, a skoas warnań, hag en lazhas. Dont a reas da roue en e lec'h en ugentvet bloaz eus Jotam mab Ozia.

31  Diwar-benn nemorant oberoł Pekak ha kement a reas, kement-se a zo skrivet e levr danevelloł rouaned Israel.

32  En eilvet bloaz eus Pekak mab Remalia roue Israel, e teuas da roue Jotam mab Ozia roue Juda.

33  Pemp bloaz warn-ugent e oa pa zeuas da roue, hag e renas c'hwezek vloaz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Jerusha merc'h Zadok.

34  Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, a-grenn evel m'en doa graet Ozia e dad.

35  Met an uhellec'hioł ne voent ket lamet kuit. Ar bobl a aberzhe c'hoazh hag a lakae da vogediń war an uhellec'hioł. Eń eo an hini a savas an nor Uhelań e ti an AOTROU.

36  Diwar-benn nemorant oberoł Jotam ha kement a reas, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloł rouaned Juda?

37  En deizioł-se e krogas an AOTROU da gas a-enep Juda Rezin roue Siria ha Pekak mab Remalia.

38  Jotam a c'hourvezas gant e dadoł, hag e voe sebeliet gant e dadoł e kźr David. Hag Akaz e vab a renas en e lec'h.

 

Pennad 16

1  Er seitekvet bloaz eus Pekak mab Remalia, e teuas da roue Akaz mab Jotam roue Juda.

2  Ugent vloaz e oa Akaz pa zeuas da roue, hag e renas c'hwezek vloaz e Jeruzalem. Ne reas ket ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU e Zoue, evel m'en doa graet David e dad.

3  Met kerzhout a reas war hent rouaned Israel, ha zoken e lakaas e vab da dremen dre an tan, hervez euzhusterioł ar broadoł en doa kaset kuit an AOTROU dirak mibien Israel.

4  Hag e aberzhe hag e lakae da vogediń war an uhellec'hioł, war ar c'hrec'hioł, ha dindan pep gwezenn c'hlas.

5  Neuze Rezin roue Siria ha Pekak mab Remalia roue Israel a bignas a-enep Jeruzalem da vrezeliń, hag e sezizjont Akaz, met ne c'helljont ket e drec'hiń dre an armoł.

6  En amzer-se Rezin roue Siria a adlakaas Elad d'ar Siria, rak diberc'hennań a reas Yuzevien Elad, hag ar Siriz a yeas da Elad, e-lec'h ma'z int chomet betek hiziv.

7  Akaz en doa kaset kannaded etrezek Tiglad-Pilezer roue Asiria, da lavarout: Me 'zo da servijer ha da vab. Pign da'm dieubiń diouzh dorn roue Siria ha diouzh dorn roue Israel, a zo savet a-enep din.

8  Akaz a gemeras an arc'hant hag an aour a oa e ti an AOTROU hag e teńzorioł ti ar roue, hag o c'hasas, e prof, da roue Asiria.

9  Roue Asiria a selaouas outań. Pignat a reas a-enep Damask, hag e tapas anezhi, hag e harluas he fobl betek Kir, hag e lakaas Rezin d'ar marv.

10  Ar roue Akaz a yeas da Zamask en arbenn da Diglad-Pilezer roue Asiria. Hag ar roue Akaz, o vezań gwelet an aoter a oa e Damask, a gasas d'an aberzhour Uri ar patrom hag ar skeudenn eus an aoter-se, gant he stumm resis.

11  An aberzhour Uri a savas un aoter hervez kement en doa urzhiet dezhań ar roue Akab eus Damask. An aberzhour Uri a reas anezhi a-raok ma voe distroet ar roue eus Damask.

12  Pa voe distroet ar roue Akaz eus Damask, ha pa welas an aoter, e tostaas hag e pignas outi.

13  Lakaat a reas da vogediń e loskaberzh hag e zonezon, hag e skuilhas e evadkinnig, hag e sparfas gwad e aberzh a drugarekadennoł war an aoter.

14  Diwar-benn an aoter arem a oa dirak an AOTROU, e pellaas anezhi a-zirak an ti, evit na voe ken etre an aoter-se ha ti an AOTROU, hag e lakaas anezhi e-kichen an aoter-se, etrezek an hanternoz.

15  Ar roue Akaz a roas ar gourc'hemenn-mań d'an aberzhour Uri o lavarout: War an aoter vras e lakai da vogediń loskaberzh ar beure, donezon an abardaez, loskaberzh ar roue hag e zonezon, loskaberzh holl bobl ar vro hag o donezon hag o evadkinnigoł. Sparfań a ri warni holl wad al loskaberzhoł hag holl wad an aberzhoł. Ha diwar-benn an aoter arem, din-me e vo da welout.

16  An aberzhour Uri a reas kement en doa gourc'hemennet ar roue dezhań.

17  Hag ar roue Akaz a lakaat a-dammoł sternioł ar sichennoł hag a lamas diwarno ar c'hirinoł a oa dreisto. Diskenn a reas ar mor diwar an ejened arem a oa dindanań, hag e lakaas anezhań war ur pavez maen.

18  Lemel a reas eus ti an AOTROU, en abeg da roue Asiria, porched ar sabad a oa bet savet d'an ti, ha digor ar roue a oa en diavaez.

19  Diwar-benn nemorant oberoł Akaz ha kement a reas, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloł rouaned Juda?

20  Akaz a c'hourvezas gant e dadoł, hag e voe sebeliet gant e dadoł e kźr David. Hag Ezekiaz e vab a renas en e lec'h.

 

Pennad 17

1  En daouzekvet bloaz eus Akaz roue Juda, e teuas Ozea mab Ela da roue war Israel e Samaria, evit nav bloaz.

2  Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, nann koulskoude evel rouaned Israel a oa bet a-raok dezhań.

3  Salmanazar roue Asiria a bignas a-enep dezhań, hag Ozea a voe e sujed, hag e kase un truaj dezhań.

4  Met roue Asiria a zizoloas un irienn a-berzh Ozea. Rak kaset en doa kannaded etrezek So roue an Ejipt, ha ne gase ken da roue Asiria an truaj a bep bloaz. Roue Asiria a bakas anezhań, hag en ereas en un toull-bac'h.

5  Roue Asiria a yeas a-dreuz ar vro hag a bignas da Samaria, hag e sezizas anezhi e-pad tri bloaz.

6  En navet bloaz eus Ozea, roue Asiria a dapas Samaria, hag e harluas an Israeliz da Asiria. O lakaat a reas e Kalak, war ribl ar C'habor, stźr Gozan, hag e kźrioł Media.

7  Kement-se a c'hoarvezas dre m'o doa pec'het mibien Israel a-enep an AOTROU o Doue, en doa lakaet anezho da bignat eus bro Ejipt, a-zindan dorn Faraon roue an Ejipt, ha dre m'o doa azeulet doueoł all.

8  Kerzhet o doa e reolennoł ar broadoł en doa kaset kuit an AOTROU dirak mibien Israel, hag e reolennoł o doa diazezet rouaned Israel.

9  Ha mibien Israel o doa graet e-kuzh traoł na oant ket didro a-enep an AOTROU o Doue. Savet o doa dezho uhellec'hioł en o holl gźrioł, adalek tour ar warded betek ar c'hźrioł kreńv.

10  Graet o doa dezho peulioł hag Asheraoł (= doueezoł) war bep krec'hienn ha dindan pep gwezenn c'hlas.

11  Lakaet o doa da vogediń en holl uhellec'hioł, evel ar broadoł en doa kaset kuit an AOTROU dirazo. Graet o doa traoł fall evit kounnariń an AOTROU.

12  Servijet o doa an idoloł, ha koulskoude an AOTROU en doa lavaret diwar o fenn: Ne reot ket kement-se.

13  An AOTROU en doa testeniet a-enep Israel hag a-enep Juda dre an holl brofeded ha dre an holl welourien, o lavarout: Distroit diouzh ho hentoł fall, mirit va gourc'hemennoł ha va reolennoł, hervez an holl lezenn am boa gourc'hemennet d'ho tadoł, hag am eus kaset deoc'h dre va servijerien ar brofeded.

14  Met n'o doa ket selaouet, ha reutaet o doa o gouzoug, evel m'o doa graet o zadoł, ha n'o doa ket kredet en AOTROU o Doue.

15  Disprizet o doa e reolennoł, hag e emglev en doa graet gant o zadoł, hag e destenioł en doa douget en o enep. Aet e oant war-lerc'h traoł a netra, o tont da vezań netra o-unan, ha war-lerc'h ar broadoł a oa en-dro dezho, petra bennak m'en doa difennet an AOTROU dezho ober evelto.

16  O vezań dilezet holl c'hourc'hemennoł an AOTROU o Doue, graet o doa dezho skeudennoł teuzet, daou leue. Graet o doa Asheraoł, hag azeulet holl arme an neńvoł, ha servijet Baal.

17  Lakaet o doa o mibien hag o merc'hed da dremen dre an tan. En em roet e oant d'an divinerezh ha d'an achanterezh, hag en em werzhet d'ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU evit e gounnariń.

18  Setu perak an AOTROU en deus bet ur gounnar vras a-enep Israel, hag en deus o zaolet kuit a-zirak e zremm. N'eo manet nemet meuriad Juda.

19  Ha Juda zoken n'en deus    ket miret gourc'hemennoł an AOTROU o Doue, met en deus kerzhet er reolennoł diazezet gant Israel.

20  Setu perak an AOTROU en deus taolet kuit holl ouenn Israel, hag en deus o izelaet ha lakaet etre daouarn preizhataerien, betek o c'has pell a-zirak e zremm.

21  Israel a oa en em zistaget diouzh ti David, ha lakaet en doa da roue Jeroboam mab Nebad. Jeroboam en doa pellaet Israel diouzh hent an AOTROU, hag en doa lakaet anezho d'ober ur pec'hed bras.

22  Mibien Israel o doa kerzhet en holl bec'hedoł en doa graet Jeroboam, ha n'o doa ket distroet diouto,

23  betek ma kasas an AOTROU Israel pell diouzh e zremm, evel m'en doa disklźriet dre e holl servijerien ar brofeded. Hag Israel a voe harluet eus e vro da Asiria, betek hiziv.

24  Roue Asiria a gasas tud eus Babilon, eus Kuta, eus Ava, eus Hamad hag eus Sefarvaim, hag a lakaas anezho e kźrioł Samaria, e-lec'h mibien Israel. Hag e perc'hennjont Samaria, hag e chomjont en he c'hźrioł.

25  Pa en em lakajont da chom eno, n'o doa doujańs ebet e-keńver an AOTROU, hag an AOTROU a gasas a-enep dezho leoned a lazhe anezho.

26  Lavaret e voe da roue Asiria: Ar broadoł ac'h eus kaset ha lakaet e kźrioł Samaria n'anavezont ket an doare da servijań Doue ar vro, ha kaset en deus en o enep leoned a lazh anezho, dre ma n'anavezont ket an doare da servijań Doue ar vro.

27  Neuze roue Asiria a roas ar gourc'hemenn-mań o lavarout: Lakait da vont di unan bennak eus an aberzhourien hoc'h eus degaset ac'hano en harlu. Mont a raio da chom di, hag e kelenno an doare da servijań Doue ar vro.

28  Unan eus an aberzhourien a oa bet harluet eus Samaria, a zeuas da chom e Betel, hag e kelennas dezho penaos doujań an AOTROU.

29  Met pep broad a reas e zoueoł hag a lakaas anezho e tiez an uhellec'hioł o doa graet ar Samaritaned, pep broad er c'hźrioł ma oa o chom enno.

30  Tud Babilon a reas Sukkod-Benod, tud Kuta a reas Nergal, tud Hamad a reas Ashima,

31  re Ava a reas Nibkaz, ha re Sefarvaim a lakae o mibien da dremen dre an tan en enor da Adrammelek hag Anammelek, doueoł Sefarvaim.

32  Hag e toujent ivez an AOTROU, hag e lakajont da aberzhourien an uhellec'hioł tud kemeret eus o zouez, a aberzhe evito e tiez an uhellec'hioł.

33  Evel-se e toujent an AOTROU hag e servijent o doueoł, e doare ar broadoł ma oant bet dilec'hiet diouto.

34  Ha betek bremań e reont hervez o gizioł kentań: ne zoujont ket an AOTROU, ne reont nag hervez o reolennoł, nag hervez o barnedigezhioł, nag hervez al lezenn hag ar gourc'hemennoł en deus roet an AOTROU Doue da vibien Jakob, a anvas Israel.

35  An AOTROU en doa graet ganto un emglev ha roet dezho ar gourc'hemenn-mań: Ne zoujot ket doueoł all, ne stouot ket dirazo, ne servijot ket anezho, ha ne aberzhot ket dezho.

36  Met doujań a reot an AOTROU, en deus ho lakaet da bignat eus bro Ejipt gant un nerzh bras hag ur vrec'h astennet. Dirazań eo e stouot, ha dezhań eo ec'h aberzhot.

37  Ar reolennoł, ar barnedigezhioł, al lezenn hag ar gourc'hemennoł en deus skrivet evidoc'h, a virot, hag e reot diouto da viken, ha ne zoujot ket doueoł all.

38  N'ankounac’haiot ket eta an emglev am eus graet ganeoc'h, ha ne zoujot ket doueoł all.

39  Met doujań a reot an AOTROU ho Toue, hag e tieubo ac'hanoc'h diouzh dorn hoc'h holl enebourien.

40  Met n'o deus ket selaouet, hag e rejont hervez o gizioł kentań.

41  Evel-se ar broadoł-se a zouje an AOTROU hag a servije o skeudennoł kizellet. Hag o mibien, ha mibien o mibien, o deus graet betek hiziv evel m'o doa graet o zadoł.

 

Pennad 18

1  En trede bloaz eus Ozea mab Ela roue Israel, e teuas da roue Ezekiaz mab Akaz roue Juda.

2  Pemp bloaz warn-ugent e oa pa zeuas da roue, hag e renas nav bloaz warn-ugent e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Abi merc'h Zakaria.

3  Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, a-grenn evel m'en doa graet David e dad.

4  Lemel a reas kuit an uhellec'hioł, drailhań ar peulioł, diskar an Asheraoł, ha bruzunań an naer arem en doa graet Moizez, rak betek an deiz-se mibien Israel a lakae da vogediń dezhań; anvet e voe Nehushtan (= tra en arem).

5  Lakaat a reas e fiziańs en AOTROU Doue Israel, ha ne voe hini ebet heńvel outań war e lerc'h e-touez holl rouaned Juda, na kennebeut e-touez ar re a oa bet en e raok.

6  Staget e oa ouzh an AOTROU, ne zistroas ket dioutań. Mirout a reas ar gourc'hemennoł en doa roet an AOTROU da Voizez.

7  An AOTROU a voe gantań, e kement lec'h ma'z ae e rae berzh. En em sevel a reas a-enep roue Asiria, ha ne voe ken sujet dezhań.

8  Kannań a reas ar Filistined betek Gaza hag he zrowardroioł, adalek tourioł ar warded betek ar c'hźrioł kreńv.

9  Hag e c'hoarvezas er pevare bloaz eus ar roue Ezekiaz, a oa ar seizhvet bloaz eus Ozea mab Ela roue Israel, ma pignas Salmanazar roue Asiria a-enep Samaria, hag e sezizas anezhi.

10  A-benn tri bloaz he zapas. Ar c'hwec'hvet bloaz eus Ezekiaz, a oa an navet bloaz eus Ozea roue Israel, e voe tapet Samaria.

11  Roue Asiria a harluas an Israeliz da Asiria, hag o lakaas e Kalak, war ribl ar C'habor, stźr Gozan, hag e kźrioł Media,

12  dre ma n'o doa ket selaouet ouzh mouezh an AOTROU o Doue, met m'o doa torret e emglev, ha dre ma n'o doa na selaouet na graet ar pezh en doa urzhiet Moizez servijer an AOTROU.

13  Hag er pevarzekvet bloaz eus ar roue Ezekiaz, Sankerib roue Asiria a bignas a-enep holl gźrioł kreńv Juda hag o zapas.

14  Neuze Ezekiaz roue Juda a gasas da lavarout da roue Asiria: Pec'het em eus. Pella diouzhin, me a baeo ar pezh a lakai warnon. Roue Asiria a lakaas war Ezekiaz roue Juda tri c'hant talant (~ 9 tonenn) arc'hant ha tregont talant (~ 900 kg) aour.

15  Ezekiaz a roas an holl arc'hant a gavas e ti an AOTROU hag e teńzorioł ti ar roue.

16  En amzer-se, Ezekiaz a lamas al lavnennoł aour en doa lakaet Ezekiaz roue Juda e-unan war zorojoł ti an AOTROU ha war ar postoł, hag en roas da roue Asiria.

17  Roue Asiria a gasas Tartan, Rabsariz ha Rabshake, eus Lakish da Jeruzalem, gant un arme vras, a-enep ar roue Ezekiaz. Pignat a rejont hag e teujont da Jeruzalem. P'o deus pignet, e teujont hag en em zalc'hjont e-kichen ar gorzenn dour eus ar stank uhelań, war hent park ar c'hommer.

18  Hag e c'halvjont ar roue. Eliakim mab Hilkija, merour ar palez, a yeas d'o c'havout, gant Shebna ar skrib ha Joak mab Azaf an diellour.

19  Rabshake a lavaras dezho: Lavarit bremań da Ezekiaz: Evel-henn e komz ar roue bras, roue Asiria: Petra eo ar fiziańs-se en em harpez warni?

20  Komz a rez, met n'int nemet komzoł! Ar c'huzul hag an nerzh a zo ret evit ar brezel. Ha bremań e piv e fiziez evit en em sevel a-enep din?

21  Setu e fiziez en Ejipt, er vazh-se, er gorzenn dorret-se a doull hag a dreuz dorn an hini a harp warni. Evel-se emań Faraon roue an Ejipt evit an holl re a laka o fiziańs ennań.

22  Ha mar lavarit din: Ni a laka hor fiziańs en AOTROU hon Doue, daoust ha n'en deus ket lamet Ezekiaz e uhellec'hioł hag e aoterioł, en ur lavarout da Juda ha da Jeruzalem: Dirak an aoter-mań e Jeruzalem e stouot?

23  Ha bremań gra marc'had gant va mestr roue Asiria: reiń a rin dit daou vil marc'h mar gellez kaout marc'hegerien da bignat warno.

24  Penaos e rafes evit kas war-dreńv an disterań gouarnour eus servijerien va mestr pa fiziez en Ejipt, evit ar c'hirri hag ar varc'hegerien?

25  A-hend-all, hag-eń eo hep an AOTROU ez on pignet a-enep al lec'h-mań evit e zistrujań? An AOTROU en deus lavaret din: Pign a-enep ar vro-se ha distruj anezhi.

26  Eliakiam mab Hilkija, Shebna ha Joak a lavaras da Rabshake: Mar plij, komz ouzh da servijerien en Aramaeg, rak ec'h anavezomp anezhań, ha na gomz ket e yezh Judaek ouzh divskouarn an dud a zo war ar voger.

27  Rabshake a lavaras dezho: Hag eo davet da vestr pe davedout en deus va c'haset va mestr evit lavarout an traoł-se? Ha n'eo ket etrezek an dud a zo war ar voger, a zo o tebriń o mon hag oc'h evań o zroazh ganeoc'h?

28  Neuze Rabshake en em zalc'has en e sav hag a grias a vouezh uhel e yezh Judaek, hag e komzas o lavarout: Selaouit komz ar roue bras, roue Asiria;

29  evel-henn e lavar ar roue: Ra ne douello ket Ezekiaz ac'hanoc'h, rak ne c'hello ket ho tieubiń diouzh va dorn.

30  Ra ne lakaio ket Ezekiaz ac'hanoc'h da fiziout en AOTROU en ur lavarout: An AOTROU ne vanko ket d'hon dieubiń, hag ar gźr-mań ne vo ket lezet e daouarn roue Asiria.

31  Na selaouit ket Ezekiaz, rak evel-henn e lavar roue Asiria: Grit ar peoc'h ganin ha deuit da'm c'havout, hag e tebro pep hini ac'hanoc'h eus e winienn ha pep hini eus e fiezenn, hag ec'h evo pep hini dour e buńs,

32  betek ma teuin ha ma kasin ac'hanoc'h d'ur vro heńvel ouzh hoc'h hini, ur vro a winizh hag a win, ur vro a vara hag a winiegi, ur vro a olivez, a eoul hag a vel; hag e vevot ha ne varvot ket. Na selaouit ket Ezekiaz, rak touellań a ra ac'hanoc'h o lavarout: An AOTROU hon dieubo.

33  Doueoł ar broadoł, hag o deus dieubet pep hini e vro diouzh dorn roue Asiria?

34  Pelec'h emań doueoł Hamad hag Arpad? Pelec'h emań doueoł Sefarvaim, Hena hag Ivva? Ha dieubet eo bet zoken Samaria diouzh va dorn?

35  A-douez holl doueoł ar broioł-se, pere o deus dieubet o bro diouzh va dorn, evit ma tieubo an AOTROU Jeruzalem diouzh va dorn?

36  Ar bobl a davas ha ne respontas ket ur ger dezhań, rak ar roue en doa urzhiet-se o lavarout: Ne respontot ket dezhań.

37  Hag Eliakim mab Hilkija, merour ar palez, Shebna ar skrib ha Joak mab Azaf an diellour, a zistroas da gavout Ezekiaz, o dilhad roget, hag e lavarjont dezhań komzoł Rabshake.

 

Pennad 19

1  Pa glevas kement-se, ar roue Ezekiaz a rogas e zilhad hag en em c'holoas gant ur sac'h, hag ez eas da di an AOTROU.

2  Goude e kasas Eliakim merour ar palez ha Shebna ar skrib, gant an henaourien a-douez an aberzhourien, goloet a seier, etrezek ar profed Izaia mab Amoz.

3  Hag e lavarjont dezhań: Evel-henn e komz Ezekiaz: An deiz-mań a zo un deiz a enkrez, a gastiz hag a zismegańs. Rak ar vugale a zo deuet betek ar poent da vezań ganet, met n'eus ket a nerzh da wilioudiń.

4  Marteze an AOTROU da Zoue en deus klevet holl gomzoł Rabshake, kaset gant roue Asiria e vestr da zismegańsiń an Doue bev, ha marteze an AOTROU da Zoue a gastizo ar c'homzoł en deus klevet. Gra sevel eta ur bedenn evit an nemorant a zo manet c'hoazh.

5  Servijerien ar roue Ezekiaz a zeuas eta da gavout Izaia.

6  Izaia a lavaras dezho: Evel-henn e komzot d'ho mestr: Evel-henn e komz an AOTROU: Na'z pez ket aon rak ar c'homzoł ec'h eus klevet, hag o deus va dismegańset drezo servijerien roue Asiria.

7  Setu ez an da lakaat ennań ur spered e doare ma tistroio d'e vro o vezań klevet un nevezenti bennak. Hag e lakain anezhań da gouezhań dre ar c'hleze en e vro.

8  Rabshake a zistroas hag a gavas roue Asiria oc'h argadiń Libna, rak klevet en doa e oa aet kuit eus Lakish.

9  Klevout a reas ar c'heloł-mań diwar-benn Tirhaka roue Etiopia: Deuet eo evit brezeliń a-enep dit. Hag e kasas c'hoazh kannaded da Ezekiaz o lavarout dezho:

10  Evel-henn e komzot da Ezekiaz roue Juda o lavarout: Ra ne douello ket ac'hanout da Zoue ma fiziez ennań o lavarout: Jeruzalem ne gouezho ket etre daouarn roue Asiria.

11  Setu, klevet ec'h eus petra o deus graet rouaned Asiria d'an holl vroioł ha penaos o deus distrujet anezho holl. Ha te a vefe dieubet?

12  Doueoł ar broadoł hag a zo bet distrujet gant va zud-kozh, Gozan, Charan, Rezef, mibien Eden a oa e Telasar, ha dieubet o deus anezho?

13  Pelec'h emań roue Hamad, roue Arpad, roue kźr Sefarvaim, Hena pe Ivva?

14  P'en doe resevet Ezekiaz al lizhiri eus dorn ar gannaded hag o lennet, e pignas da di an AOTROU; Ezekiaz a zisplegas anezho dirak an AOTROU.

15  Hag Ezekiaz a bedas an AOTROU o lavarout: AOTROU Doue Israel, te hag a zo o chom etre ar cherubined! Te hepken, te eo Doue holl rouantelezhioł an douar, te ac'h eus graet an neńvoł hag an douar!

16  AOTROU, stou da skouarn ha selaou! AOTROU, digor da zaoulagad ha sell! Selaou komzoł Sankerib, en deus kaset ur c'hannad evit dismegańsiń an Doue bev!

17  Gwir eo, AOTROU, penaos rouaned Asiria o deus gwastet ar broadoł hag o broioł,

18  ha taolet en tan o doueoł, rak ne oant ket doueoł, met oberennoł daouarn an dud, koad ha mein. Setu perak o deus o distrujet.

19  Bremań eta AOTROU hon Doue, me az ped, dieub ac'hanomp eus e zorn, evit ma ouezo holl rouantelezhioł an douar penaos out-te an AOTROU hepken.

20  Izaia mab Amoz a gasas da lavarout da Ezekiaz: Evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Klevet em eus ar bedenn ac'h eus graet din diwar-benn Sankerib roue Asiria;

21  setu ar gomz en deus disklźriet an AOTROU a-enep dezhań: Disprizań a ra ac'hanout, c'hoarzhin a ra ouzhit, ar werc'hez merc'h Sion. Hejań a ra he fenn war da lerc'h, merc'h Jeruzalem.

22  Piv ac'h eus dismegańset ha goapaet? A-enep piv ec'h eus savet da vouezh, ha douget d'an nec'h da zaoulagad? A-enep Sant Israel eo.

23  Dre da gannaded ec'h eus dismegańset an Aotrou, hag ec'h eus lavaret: Gant niver va c'hirri em eus pignet war-lein ar menezioł, war grec'hioł al Liban. Troc'hań a rin e wez-sedrez uhelań hag e wez-siprez kaerań, mont a rin betek e lein diwezhań, betek koadeg ar C'harmel.

24  Toullet em eus hag evet doureier estren, disec'het em eus gant solioł va zreid holl wazhioł-dour an Ejipt.

25  Ha ne'c'h eus ket desket em eus kempennet kement-se abaoe pell 'zo, hag abaoe an amzerioł koshań em eus graet an diviz-se? Bremań e lakaan an traoł-se d'en em gavout, emaout aze evit lakaat ar c'hźrioł kreńv e bernioł dismantroł.

26  O zud a zo dinerzhet, spouronet ha mezhek. Deuet int evel geot ar parkeier hag evel ar c'hlasvez tener, evel foenn an toennoł, evel an ed devet a-raok ma vefe stummet e gorz.

27  Met anavezout a ran da chomlec'h, da zont ha da vont, ha da fulor a-enep din.

28  Dre ma'z out fuloret a-enep din, dre m'eo pignet da rogoni da'm divskouarn, lakaat a rin va c'hroched ez fronell ha va gweskenn ez muzelloł, hag e lakain ac'hanout da zistreiń gant an hent ez out deuet gantań.

29  Ha setu un arouez evidout, Ezekiaz: Debret e vo er bloaz-mań ar pezh a zeuio anezhań e-unan, hag en eilvet bloavezh ar pezh a gresko hep ma vo hadet, met en trede bloavezh, e hadot hag e vedot, e plantot gwiniennoł hag e tebrot ar frouezh anezho.

30  Hag an nemorant a zo en em dennet e ti Juda a vounto e wrizioł a-zindan hag a roio e frouezh a-us.

31  Rak eus Jeruzalem e teuio un nemorant, hag eus Menez Sion un nebeud tud. Gwarizi AOTROU an armeoł a raio kement-se.

32  Setu perak evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn roue Asiria: Ne zeuio ket er gźr-mań, ne daolo bir ebet enni, ne lakaio ket ar skoed dirazi, ne savo ket a gae en hec'h enep.

33  Distreiń a raio gant an hent ez eo deuet gantań, ne zeuio ket er gźr-mań, eme an AOTROU.

34  Diwall a rin kźr hag he savetein, abalamour din hag abalamour da Zavid va servijer.

35  Ha d'an noz-se, ael an AOTROU a zeuas hag a skoas e kamp an Asiriz, war gant pemp ha pevar-ugent mil den. Pa voed savet abred diouzh ar beure, setu, e oa korfoł marv a bep tu.

36  Sankerib roue Asiria a savas e gamp, a yeas kuit hag a zistroas; hag ez eas da chom e Ninive.

37  Evel ma oa oc'h azeuliń e ti Nisrok e zoue, Adrammelek ha Sharezer e vibien a skoas warnań gant o c'hleze, hag e tec'hjont kuit da vro Ararad. Hag Esar-Haddon e vab a renas en e lec'h.

 

Pennad 20

1  En amzer-se e voe Ezekiaz klańv da vervel. Ar profed Izaia mab Amoz a zeuas d'e gavout hag a lavaras dezhań: Evel-henn e komz an AOTROU: Laka urzh e-barzh da di, rak mont a rez da vervel ha ne vevi ken.

2  Neuze Ezekiaz a droas e zremm ouzh ar voger hag a bedas an AOTROU,

3  hag e lavaras: O AOTROU, az pez sońj em eus kerzhet dirak da zremm gant fealded hag eeunded a galon, hag em eus graet ar pezh a zo dereat da'z taoulagad! Hag Ezekiaz a skuilhas daeroł e-leizh.

4  Izaia ne oa ket c'hoazh aet pelloc'h eget porzh ar c'hreiz, ma voe disklźriet outań komz an AOTROU, o lavarout:

5  Distro, ha lavar da Ezekiaz rener va fobl: Evel-henn e komz an AOTROU, Doue David da dad: Klevet em eus da bedenn, gwelet da zaeroł, setu ez an da yac'haat ac'hanout. A-benn tri deiz e pigni da di an AOTROU,

6  hag e lakaan pemzek vloaz ouzhpenn war da zeizioł. Me a zieubo ac'hanout, te hag ar gźr-mań, diouzh dorn roue Asiria, hag e tiwallin ar gźr-mań, abalamour din hag abalamour da Zavid va servijer.

7  Izaia a lavaras: Kemerit ur bern fiez. Hag e kemerjont hag e astennjont anezhań war ar gouli, hag e voe yac'haet.

8  Ezekiaz en doa lavaret da Izaia: Dre beseurt arouez ec'h anavezin e vin yac'haet gant an AOTROU, hag e pignin a-benn tri deiz da di an AOTROU?

9  Izaia a lavaras: Setu evidout an arouez a-berzh an AOTROU, penaos e seveno an AOTROU ar gomz en deus disklźriet: Ar skeud, ha mont a raio a-raok a zek derez, pe souzań a-dreńv a zek derez?

10  Ezekiaz a lavaraz: Nebeut a dra eo ma'z afe ar skeud a-raok a zek derez; met kentoc'h, ra souzo a-dreńv a zek derez!

11  Ar profed Izaia a grias d'an AOTROU, a lakaas da souzań en-adreńv a zek derez ar skeud, hag e tiskennas war horolaj-heol Akaz.

12  En amzer-se Berodak-Baladan mab Baladan, roue Babilon, a gasas ul lizher gant ur prof da Ezekiaz, rak en doa gouezet e oa bet klańv Ezekiaz.

13  Ezekiaz a selaouas outo, hag e tiskouezas dezho ti e draoł prizius, an arc'hant, an aour, al louzoł-frondus, an eoul prizius, e harnezioł, kement en em gave en e deńzorioł. Ne voe netra a gement na ziskouezas ket Ezekiaz en e di pe en e holl zomani.

14  Hag e teuas ar profed Izaia da gavout ar roue Ezekiaz, hag e lavaras dezhań: Petra o deus lavaret an dud-se? A-belec'h ez int deuet da'z kavout? Ezekiaz a respontas: Deuet int eus ur vro bell, eus Babilon.

15  Neuze e lavaras: Petra o deus gwelet ez ti? Ezekiaz a respontas: Gwelet o deus kement a zo em zi, n'eus netra em zeńzorioł ha na'm eus ket diskouezet dezho.

16  Neuze Izaia a lavaras da Ezekiaz: Selaou komz AOTROU:

17  Setu e teuio an deizioł ma vo dezouget da Vabilon kement a zo ez ti hag ar pezh o deus da dadoł dastumet en o zeńzorioł betek hiziv. Ne vano netra, eme an AOTROU.

18  Kemeret e vo zoken eus da vibien, eus ar re zeuet ac'hanout, bet ganet ac'hanout, evit bezań spazhidi e palez roue Babilon.

19  Ezekiaz a lavaras da Izaia: Mat eo komz an AOTROU ac'h eus disklźriet. Hag e lavaras c'hoazh: Ha ne vo ket peoc'h ha surentez e-pad va deizioł?

20  Diwar-benn nemorant oberoł Ezekiaz, e holl gurioł, ha penaos e reas ar stank hag ar gorzenn evit lakaat dour da vont e kźr, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloł rouaned Juda?

21  Ezekiaz a c'hourvezas gant e dadoł. Ha Manase e vab a renas en e lec'h.

 

Pennad 21

1  Daouzek vloaz e oa Manase pa zeuas da roue, hag e renas pemp bloaz hag hanter-kant e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Hefziba.

2  Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, hervez euzhusterioł ar broadoł en doa kaset kuit an AOTROU dirak mibien Israel.

3  Adsevel a reas an uhellec'hioł en doa distrujet Ezekiaz e dad, hag e savas aoterioł da Vaal, hag e reas un Ashera (= doueez) evel m'en doa graet Akab roue Israel, hag e stouas dirak holl arme an neńvoł, hag o servijas.

4  Sevel a reas ivez aoterioł e ti an AOTROU, daoust m'en doa lavaret an AOTROU diwar e benn: E Jeruzalem e lakain va anv.

5  Sevel a reas aoterioł da holl arme an neńvoł war an div leurenn eus ti an AOTROU.

6  Lakaat a reas e vab da dremen dre an tan. Ober a rae hudsteredouriezh hag achanterezh, hag e c'houlennatae speredoł hag igromańserezed. Ober a reas ar pezh a zo fall-kenań dirak daoulagad an AOTROU evit e gounnariń.

7  Lakaat a reas skeudenn gizellet Ashera en doa graet, en ti m'en doa lavaret an AOTROU diwar e benn da Zavid ha da Salomon e vab: Lakaat a rin da viken va anv en ti-mań hag e Jeruzalem, am eus dibabet a-douez holl veuriadoł Israel.

8  Ne lakain ken Israel da gerzhout er-maez eus an douar am eus roet d'o zadoł, gant ma taolint hepken evezh d'ober kement am eus gourc'hemennet dezho, hervez an holl lezenn en deus gourc'hemennet dezho va servijer Moizez.

9  Met ne sentjont ket, ha Manase o diankas, hag e reas dezho ober gwashoc'h eget ar broadoł o doa distrujet an AOTROU a-zirak mibien Israel.  

10  Hag an AOTROU a gomzas dre e holl servijerien ar brofeded o lavarout:

11  Manase roue Juda en deus graet an euzhusterioł-se, gwashoc'h eget kement o deus graet an Amoreaned a-raok dezhań, ha lakaet en deus Juda da bec'hiń dre e idoloł,

12  en abeg da-se, evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Setu ez an da lakaat da zont war Jeruzalem ha war Juda un droug, e doare ma piv bennak a glevo komz dioutań, e tinto dezhań e zivskouarn.

13  Astenn a rin war Jeruzalem kordenn Samaria ha kordenn-rezań ti Akab, hag e naetain Jeruzalem evel ma vez naetaet ur skudell, a zo hejet-dihejet goude bezań bet naetaet.

14  Hag e tilezin nemorant va hźrezh, hag e lakain anezho etre daouarn o enebourien, hag e teuint da vezań un diwisk hag ur preizh evit o holl enebourien,

15  dre m'o deus graet ar pezh a zo fall dirak va daoulagad, ha m'o deus va c'hounnaret, abaoe an deiz m'eo deuet o zadoł eus an Ejipt betek hiziv.

16  Manase a skuilhas ivez gwad didamall e-leizh, betek leuniań Jeruzalem penn-da-benn, en tu-hont d'e bec'hed en doa lakaet Juda da bec'hiń drezań, en ur ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU.

17  Diwar-benn nemorant oberoł Manase ha kement a reas, ar pec'hed a reas, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloł rouaned Juda?

18  Ha Manase a c'hourvezas gant e dadoł, hag e voe sebeliet e liorzh e di, e liorzh Uzza. Hag Amon e vab a renas en e lec'h.

19  Daou vloaz warn-ugent e oa Amon pa zeuas da roue, hag e renas daou vloaz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Meshullemed merc'h Haruz, eus Jotba.

20  Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, evel m'en doa graet Manase e dad.

21  Kerzhout a reas war an holl hentoł en doa heuliet e dad, hag e servijas an idoloł en doa servijet e dad, hag e stouas dirazo.

22  Dilezel a reas an AOTROU Doue e dadoł, ha ne gerzhas ket war hentoł an AOTROU.

23  Servijerien Amon a iriennas a-enep dezhań, hag a lakaas anezhań d'ar marv en e di. 

24  Ha pobl ar vro a lazhas an holl re o doa iriennet a-enep ar roue Amon, ha pobl ar vro a lakaas da roue e vab Jozia en e lec'h.

25  Diwar-benn nemorant oberoł Amon ha kement a reas, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloł rouaned Juda?

26  Sebeliet e voe en e vez e liorzh Uzza. Ha Jozia e vab a renas en e lec'h.

 

Pennad 22

1  Eizh vloaz e oa Jozia pa zeuas da roue, hag e renas ur bloaz ha tregont e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Jedida merc'h Adaja, eus Bozkad.

2  Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, o kerzhout war holl hentoł David e dad, hep distreiń nag a-zehou nag a-gleiz.

3  D'an triwec'hvet bloaz eus ar roue Jozia, ar roue a gasas Shafan mab Azalia mab Meshullam, ar skrib, da di an AOTROU, en ur lavarout:

4  Pign da gavout Hilkija an aberzhour-meur, ra gonto an arc'hant bet degaset e ti an AOTROU, hag a oa bet dastumet gant diwallerien an treuzoł digant ar bobl.

5  Lakaet e vo etre daouarn ar re o deus ar garg eus al labour hag a evesha ti an AOTROU. Hag int a roio anezhań d'ar re o deus ar garg eus al labour a zo graet e ti an AOTROU, evit adaozań ha dresań an ti,

6  d'ar gilvizien, d'ar saverien ha d'ar vańsonerien, evit prenań koad ha mein-ben, a-benn dresań an ti.

7  Ra ne vo ket goulennet kontoł diganto evit an arc'hant a vo lakaet en o daouarn, rak labourat a reont gant lealded.

8  Neuze Hilkija an aberzhour-meur a lavaras da Shafan ar skrib: Kavet em eus levr al lezenn e ti an AOTROU! Hag Hilkija a roas al levr da Shafan, hag hemań a lennas anezhań.

9  Shafan ar skrib a zeuas da gavout ar roue, hag e tisklźrias an traoł-mań d'ar roue o lavarout: Da servijerien o deus roet an arc'hant a zo bet kavet en ti, ha lakaet o deus anezhań etre daouarn ar re o deus ar garg eus al labour hag a evesha ti an AOTROU.

10  Ar skrib Shafan a lavaras ivez d'ar roue: An aberzhour Hilkija en deus roet din ul levr. Ha Shafan a lennas ennań dirak ar roue.

11  Hag adal ma klevas ar roue komzoł al lezenn, e rogas e zilhad,

12  hag e roas an urzh-mań d'an aberzhour Hilkija, da Ahikam mab Shafan, da Akbor mab Mikaja, da Shafan ar skrib, ha da Asaja servijer ar roue, o lavarout:

13  Kit, goulennatait an AOTROU evidon, evit ar bobl hag evit Juda a-bezh, diwar-benn komzoł al levr a zo bet kavet. Rak bras eo kounnar an AOTROU a zo entanet a-enep deomp, dre ma n'o deus ket sentet hon tadoł ouzh komzoł al levr-mań, evit ober hervez kement a zo skrivet evidomp.

14  Hilkija an aberzhour, Ahikam, Akbor, Shafan hag Asaja a yeas da gavout Hulda ar brofedez, gwreg Shallum mab Tikva mab Harhaz, diwaller an dilhad. Hi a oa e chom e Jeruzalem, en eil karter. Hag e komzjont outi.

15  Homań a lavaras dezho: Evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Lavarit d'an den en deus ho kaset davedon:

16  Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da gas ur gwalleur war al lec'h-mań ha war e dud, kement a zo lavaret el levr en deus lennet roue Juda.

17  Dre m'o deus va dilezet ha m'o deus lakaet da vogediń da zoueoł all, evit va c'hounnariń gant holl oberoł o daouarn, va fulor a zo entanet a-enep al lec'h-mań, ha ne vo ket mouget.

18  Ha diwar-benn roue Juda en deus kaset ac'hanoc'h da c'houlennata an AOTROU, e lavarot dezhań: Evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel diwar-benn ar c'homzoł ach eus klevet:

19  Dre ma'z eo bet tener da galon, ma ec'h eus en em izelaet dirak an AOTROU pa ec'h eus klevet ar pezh am eus disklźriet a-enep al lec'h-mań hag a-enep e dud a vo glac'haret ha milliget, dre ma ec'h eus roget da zilhad, ha ma ec'h eus gouelet dirazon, me ivez am eus klevet, eme an AOTROU.

20  Setu perak ez an da zastum ac'hanout gant da dadoł, hag e vi dastumet e peoc'h ez pez, ha da zaoulagad ne welint ket an holl zroug ez an da lakaat da vont war al lec'h-mań. Hag e tegasjont ar gomz-se d'ar roue. 

 

Pennad 23

1  Neuze ar roue a gasas, evit dastum dirazań holl henaourien Juda ha Jeruzalem.

2  Hag ar roue a bignas da di an AOTROU gant holl dud Juda hag annezidi Jeruzalem, hag an aberzhourien hag ar brofeded, hag holl bobl adalek ar bihanań betek ar brasań. Hag e voe lennet dirazo holl gomzoł levr an emglev a oa bet kavet e ti an AOTROU.

3  Ar roue en em zalc'has e-kichen ar golonenn, hag a reas emglev dirak an AOTROU, da gerzhout war-lerc'h an AOTROU, ha da virout e c'hourc'hemennoł, e destenioł hag e reolennoł, a holl galon hag a holl ene, en ur ober hervez komzoł an emglev skrivet el levr-se. Hag an holl bobl a asantas d'an emglev-se.

4  Ar roue a c'hourc'hemennas da Hilkija aberzhour-meur, da aberzhourien an eil renk, ha da ziwallerien an treuzoł, kas er-maez eus templ an AOTROU an holl draoł a oa bet graet evit Baal, evit Ashera, hag evit holl arme an neńvoł. Hag e tevas anezho er-maez eus Jeruzalem, e maezioł ar C'hedron, hag e kasas al ludu anezho da Vetel.

5  Lemel a reas kuit aberzhourien an idoloł, a oa bet lakaet gant rouaned Juda evit lakaat da vogediń en uhellec'hioł, e kźrioł Juda hag en-dro da Jeruzalem. Lemel a reas ivez ar re a lakae da vogediń da Vaal, d'an heol, d'al loar, d'ar sterennoł ha da holl arme an neńvoł.

6  Kas a reas an Ashera er-maez eus ti an AOTROU, hag er-maez eus Jeruzalem betek froud Kedron, hag he devas e-kichen froud Kedron, hag he lakaas e poultr, hag e taolas ar poultr-se war vezioł mibien ar bobl.

7  Diskar a reas tiez ar baotred en em roe d'ar gasterezh, a oa e ti an AOTROU, e-lec'h ma veze maouezed o wiadiń teltennoł evit Ashera.

8  Hag e reas dont eus kźrioł Juda an holl aberzhourien, hag e saotras an uhellec'hioł e-lec'h m'o doa lakaet da vogediń an aberzhourien, adalek Geba betek Beer-Sheba. Diskar a reas uhellec'hioł an dorojoł, an hini a oa war dreuzoł dor Jozue rener kźr, hag a oa a-gleiz en ur vont dre zor kźr.

9  A-hend-all ar re a oa bet aberzhourien an uhellec'hioł ne bignent ket da aoter an AOTROU e Jeruzalem, met debriń a raent baraoł hep goell e-touez o breudeur.

10  Saotrań a reas Tofed e traonienn mab Hinnon, evit na lakaje den da dremen e vab pe e verc'h dre an tan evit Molok.

11  Lemel a reas eus digor ti an AOTROU ar c'hezeg a oa bet gouestlet gant rouaned Juda d'an heol, e-kichen ti ar spazhad Netanmelek, e Parvarim, hag e tevas en tan kirri an heol.

12  Ar roue a ziskaras an aoterioł a oa war doenn kambr uhel Akaz, hag o doa graet rouaned Juda, hag an aoterioł en doa savet Manase war ziv leurenn ti an AOTROU. Bruzunań a reas anezho ouzh o lemel ac'hane, hag e taolas ar poultr anezho e froud Kedron.

13  Ar roue a saotras an uhellec'hioł a oa dirak Jeruzalem, a-zehou d'ar menez a gollidigezh, en doa savet Salomon roue Israel da Astarte, euzhusted ar Sioniz, da Gemosh, euzhusted ar Voabiz, ha da Vilkom, euzhusted mibien Ammon.

14  Bruzunań a reas ar peulioł, troc'hań an Asheraoł, hag e leunias al lec'h ma oant gant eskern tud.

15  An aoter a oa e Betel, an uhellec'h bet graet gant Jeroboam mab Nebad, an hini en doa lakaet Israel da bec'hiń, an aoter-se hag an uhellec'h a ziskaras, hag e tevas an uhellec'h, hag en lakaas e poultr, hag e tevas an Ashera.

16  Ha Jozia, o vezań en em droet, a welas ar bezioł a oa er menez, hag e kasas da gerc'hat eskern ar bezioł, hag o devas war an aoter. Evel-se e saotras anezhi, hervez komz an AOTROU bet disklźriet dre zen Doue en doa lavaret an traoł-se dirak an holl.

17  Hag e lavaras: Petra eo ar bez-se a welan? Tud kźr a respontas dezhań: Bez den Doue eo, an hini a oa deuet eus Juda hag en doa kriet a-enep aoter Betel an traoł ac'h eus graet.

18  Hag e lavaras: Ra ne stoko den ouzh e eskern. Mirout a rejont eta e eskern, gant eskern ar profed a oa deuet eus Samaria.

19  Jozia a lamas holl diez an uhellec'hioł a oa e kźrioł Samaria, hag o doa graet rouaned Israel evit kounnariń an AOTROU. Ober a reas en o c'heńver evel m'en doa graet e Betel.

20  Hag ec'h aberzhas war an aoterioł holl aberzhourien an uhellec'hioł, hag e tevas eskern tud warno. Goude e tistroas da Jeruzalem.

21  Neuze ar roue a roas ar gourc'hemenn-mań d'an holl bobl o lavarout: Grit ar Pask d'an AOTROU ho Toue, evel ma'z eo skrivet e levr an emglev.

22  Ne oa ket bet graet ur Pask heńvel ouzh hemań abaoe deizioł ar varnerien a varne Israel, nag e-pad holl zeizioł rouaned Israel ha rouaned Juda.

23  Ar Pask-se a voe graet d'an AOTROU e Jeruzalem d'an triwec'hvet bloaz eus ar roue Jozia.

24  Jozia a gasas kuit ar re a c'houlennatae speredoł hag ar sorserien, an terafim, an idoloł, hag an holl euzhusterioł a veze gwelet e bro Juda hag e Jeruzalem, evit seveniń komzoł al lezenn skrivet el levr en doa kavet an aberzhour Hilkija e ti an AOTROU.

25  A-raok dezhań ne oa bet roue ebet heńvel outań, troet etrezek an AOTROU eus e holl galon, eus e holl ene, hag eus e holl nerzh, hervez holl lezenn Moizez. Ha war e lerc'h, n'eus ket bet savet hini heńvel outań.

26  Koulskoude an AOTROU ne zistroas ket diouzh e gounnar entanet a oa bet enaouet a-enep Juda, en abeg da gement en doa graet Manase evit e gounnariń.

27  Rak an AOTROU en doa lavaret: Lemel a rin Juda ivez a-zirak va dremm, evel ma em eus lamet Israel, hag e taolin kuit kźr Jeruzalem am eus dibabet, hag an ti ma em boa lavaret diwar e benn: Va anv a vo aze.

28  Diwar-benn nemorant oberoł Jozia ha kement a reas, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloł rouaned Juda?

29  En e amzer, Faraon Neko roue an Ejipt a bignas a-enep roue Asiria, etrezek stźr Eufratez, ha Jozia a gerzhas a-enep dezhań. Met pa welas Faraon anezhań, e lazhas anezhań e Megiddo.

30  E servijerien a sammas anezhań marv war ur c'harr, hag en degasjont da Jeruzalem, hag e voe sebeliet en e vez. Ha tud ar vro a gemeras Joakaz mab Joaz, hag ec'h olevjont anezhań, hag en lakajont da roue e-lec'h e dad.

31  Tri bloaz warn-ugent e oa Joakaz pa zeuas da roue, hag e renas tri miz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Hamuta merc'h Jeremiaz, eus Libna.

32  Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, evel m'o doa graet e dadoł.

33  Faraon Neko a ereas anezhań e Ribla e bro Hamad, evit ma ne renje ken e Jeruzalem. Hag e lakaas war ar vro un taos a gant talant (~ 3 tonenn) arc'hant hag un talant (~ 30 kg) aour.

34  Faraon Neko a lakaas Eliakim mab Jozia da roue e-lec'h Jozia e dad, hag e troas e anv e Jojakim. Ha Joakaz, o vezań bet kemeret, a zeuas d'an Ejipt e-lec'h ma varvas.

35  Jojakim a roas an arc'hant hag an aour da Faraon. Tailhoł a lakaas war ar vro evit kavout an arc'hant-se, hervez gourc'hemenn Faraon. Goulenn a reas digant tud ar vro an arc'hant hag an aour, hervez leve pep hini, da reiń da Faraon Neko.

36  Pemp bloaz warn-ugent e oa Jojakim pa zeuas da roue, hag e renas unnek vloaz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Zebuda merc'h Pedaja, eus Ruma.

37  Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, evel m'o doa graet e dadoł.

 

Pennad 24

1  En e amzer, Nebukadnezar roue Babilon a bignas, ha Jojakim a voe sujet dezhań tri bloaz. Met en em sevel a reas a-nevez a-enep dezhań.

2  An AOTROU a gasas a-enep dezhań soudarded eus Kaldea, soudarded eus Siria, soudarded eus Moab, ha soudarded eus Ammon. O c'has a reas a-enep Juda evit e zistrujań, hervez ar gomz en doa disklźriet an AOTROU dre e servijerien.ar brofeded.

3  War urzh an AOTROU hepken e c'hoarvezas kement-se da Juda, evit e deurel kuit a-zirak e zremm, en abeg da bec'hedoł Manase ha da gement en doa graet,

4  hag ivez en abeg d'ar gwad didamall en doa skuilhet, rak leuniet en doa Jeruzalem a wad didamall. Hag an AOTROU ne fellas ket dezhań pardoniń.

5  Diwar-benn nemorant oberoł Jojakim ha kement a reas, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloł rouaned Juda?

6  Jojakim a c'hourvezas gant e dadoł. Ha Jojakin e vab a renas en e lec'h.

7  Roue an Ejipt ned eas ken er-maez eus e vro, rak kemeret en doa roue Babilon kement a oa da roue an Ejipt, adalek froud an Ejipt betek stźr Eufratez.

8  Triwec'h vloaz e oa Jojakin pa zeuas da roue, hag e renas tri miz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Nehushta merc'h Elnatan, eus Jeruzalem.

9  Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, evel m'en doa graet e dad.

10  En amzer-se servijerien Nebukadnezar roue Babilon a bignas a-enep Jeruzalem, ha kźr a voe sezizet.

11  Nebukadnezar roue Babilon a zeuas a-enep kźr pa voe e servijerien o sezizań anezhi.

12  Neuze Jojakin roue Juda a yeas da gavout roue Babilon, gant e vamm, e servijerien, e bennoł hag e spazhidi. Roue Babilon a gemeras anezhań en eizhvet bloaz eus e ren.

13  Hag e tennas ac'hane holl deńzorioł ti an AOTROU ha teńzorioł ti ar roue, hag e lakaas a-dammoł an holl draoł aour en doa graet Salomon roue Israel evit templ an AOTROU, evel m'en doa lavaret an AOTROU.

14  Hag e harluas holl Jeruzalem, an holl bennoł hag an holl vrezelourien galonek, dek mil dalc'had, gant ar gilvizien hag an alc'houezerien. Ne vanas den a nemorant, nemet tud paour ar vro.

15  Evel-se e harluas Jojakin da Vabilon, gant mamm ar roue, gwragez ar roue, hag e spazhidi. Hag e kasas d'an harlu eus Jeruzalem da Vabilon holl dud c'halloudek ar vro.

16  Ar vrezelourien, seizh mil anezho, ar gilvizien hag an alc'houezerien, mil anezho, holl tud kreńv ha barrek d'ar brezel, roue Babilon o harluas evel dalc'hidi da Vabilon.

17  Ha roue Babilon a lakaas da roue, e lec'h Jojakin, Matania e eontr, hag e troas e anv e Sedesia.

18  Ur bloaz warn-ugent e oa Sedesia pa zeuas da roue, hag e renas unnek vloaz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Hamutal merc'h Jeremiaz, eus Libna.

19  Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, evel m'en doa graet Jojakim.

20  En abeg da gounnar an AOTROU a-enep Jeruzalem hag a-enep Juda e c'hoarvezas ma tistaolas anezho diwar e zremm. Ha Sedesia en em savas a-enep roue Babilon.

 

Pennad 25

1  D'an navet bloaz eus e ren, d'an dekvet miz, d'an dekvet eus ar miz, e teuas Nebukadnezar roue Babilon gant e holl arme a-enep Jeruzalem, hag e kampjont a-enep dezhi, hag e savjont tosennoł en-dro dezhi.

2  Ha kźr a voe sezizet betek an unnekvet bloaz eus ar roue Sedesia.

3  D'an navet deiz eus ar pevare miz, e voe rust an naonegezh e kźr, ha ne oa ken a vara enni evit pobl ar vro.

4  Neuze un toull-freuz a voe graet da gźr, hag an holl dud a vrezel a dec'has da noz dre hent an nor etre an div voger e-kichen liorzh ar roue, e-pad ma oa ar Galdeiz en-dro da gźr, hag ez ejont etrezek ar blaenenn.

5  Met arme ar Galdeiz a redas war-lerc'h ar roue hag e tapjont anezhań e plaenennoł Jeriko. Hag e holl arme a stlabezas pell digantań.

6  Kemer a rejont eta ar roue, hag e lakajont anezhań da bignat etrezek roue Babilon e Ribla, e-lec'h ma voe barnet.

7  Mibien Sedesia a voe lazhet dirak e zaoulagad. Neuze e voe broudet e zaoulagad da Sedesia, hag e voe ereet gant chadennoł arem, ha kaset da Vabilon.

8  D'ar seizh eus ar pempvet miz, en naontekvet bloaz eus Nebukadnezar roue Babilon, Nebuzaradan penn ar warded ha servijer roue Babilon a zeuas e-barzh Jeruzalem.

9  Deviń a reas ti an AOTROU, ti ar roue hag holl diez Jeruzalem. An holl diez bras a voe devet dre an tan.

10  Hag holl arme ar Galdeiz, a oa gant penn ar warded, a ziskaras ar mogerioł a oa en-dro da Jeruzalem.

11  Nebuzaradan penn ar warded a harluas an nemorant eus an dud a oa chomet e kźr, ar re a oa en em rentet da roue Babilon, hag an nemorant eus an engroez.

12  Koulskoude penn ar warded a lezas hiniennoł a-douez ar re baourań eus ar vro, evel gwinierien ha labourerien-douar.

13  Hag ar Galdeiz a lakaas a-dammoł ar c'holonennoł arem a oa e ti an AOTROU, ar sichennoł hag ar mor arem a oa e ti an AOTROU, hag e kasjont an holl arem ganto da Vabilon.

14  Kemer a rejont ivez ar c'haoterioł, ar palioł, ar mougerigoł, al loaioł, hag an holl listri arem implijet evit ar servij.

15  Penn ar warded a gasas ivez gantań an ezańsoueroł, an hanafoł, ar pezh a oa en aour hag ar pezh a oa en arc'hant.

16  Diwar-benn an div golonenn, ar mor hag ar sichennoł, en doa graet ar roue Salomon evit ti an AOTROU, ne oa ket anavezet pouez arem an holl draoł-se.

17  Diwar-benn ar c'holonennoł, uhelder pep kolonenn a oa triwec'h ilinad (~ 9 m). Bez' e oa dreist un dogenn arem. Uhelder an dogenn a oa pemp ilinad (~ 2.5 m), war an dogenn e oa ur roued ha greunadez tro-dro, holl en arem. An eil kolonenn gant he roued a oa heńvel.

18  Penn ar warded a gemeras an aberzhour-meur Seraja, an eil-aberzhour Sofonia, ha tri diwaller an treuzoł.

19  Hag eus kźr e kemeras ur spazhad a oa karget eus an dud a vrezel, ha pemp den eus ar re a wele dremm ar roue hag en em gave e kźr, ha penn-skrib an arme a engouestle pobl ar vro, ha tri-ugent den a-douez pobl ar vro en em gave e kźr.

20  Nebuzaradan penn ar warded a dapas anezho hag o c'hasas da roue Babilon da Ribla.

21  Roue Babilon a skoas warno hag o lazhas e Ribla, e bro Hamad. Evel-se Juda a voe kaset er-maez eus e vro.

22  Diwar-benn ar bobl a oa manet e bro Juda, bet lezet eno gant Nebukadnezar roue Babilon, roet e voe dezho evit gouarnour Gedalia mab Ahikam mab Shafan.

23  Holl bennoł an dud a vrezel hag o zud a glevas en doa roue Babilon lakaet Gedalia mab Ahikam da c'houarnour. Neuze e teujont da gavout Gedalia e Mizpa: Ismael mab Netania, Johanan mab Kareak, Seraja mab Tanumed an Netofatad, Jaazania mab ur Maakatian, int hag o zud.

24  Gedalia a douas dezho ha d'o zud, o lavarout: N'ho pet ket aon da vezań servijerien ar Galdeiz, chomit er vro ha servijit roue Babilon, hag ez aio mat an traoł ganeoc'h.

25  D'ar seizhvet miz, Ismael mab Netania mab Elishama, a lignez roueel, ha dek den gantań, a zeuas hag a skoas d'ar marv war C'hedalia, hag e lazhjont ivez ar Yuzevien hag ar Galdeiz a oa gantań e Mizpa.

26  Neuze an holl bobl, adalek ar bihanań betek ar brasań, ha pennoł ar strolladoł, a savas hag a yeas d'an Ejipt, dre m'o doa aon rak ar Galdeiz.

27  D'ar seizhvet bloaz ha tregont eus harlu Jojakin roue Juda, d'an daouzekvet miz, d'ar seizhvet warn-ugent eus ar miz, Evilmerodak roue Babilon, er bloaz ma teuas da roue, a adsavas penn Jojakin roue Juda, hag a dennas anezhań eus an toull-bac'h.

28  Komz a reas outań gant madelezh, hag e lakaas e dron a-us da dron ar rouaned a oa gantań e Babilon.

29  Goude ma voe cheńchet e zilhad prizonier dezhań, e tebras dalc'hmat dirazań e-pad holl amzer e vuhez.

30  Peadra e vuhez pemdeziek a voe roet dezhań a-berzh ar roue, bemdez, e-pad holl amzer e vuhez.