EIL LEVR

SAMUEL

 

Pennad 1

1  Goude marv Saül, David a zistroas eus an trec'h war an Amalekited, hag e chomas daou zevezh e Ziklag.

2  D'an trede deiz, setu un den a zeuas eus kamp Saül, gant e zilhad roget ha douar war e benn. O vezań deuet da gavout David, e kouezhas d'an douar hag e stouas.

3  David a lavaras dezhań: A-belec'h e teuez? Hag e respontas dezhań: Tec'het on diouzh kamp Israel.

4  David a lavaras dezhań: Petra a zo c'hoarvezet? Lavar din. Hag e respontas: Ar bobl a zo tec'het diouzh an emgann, hag un niver bras zoken a zo kouezhet marv. Saül ivez ha Jonatan e vab a zo marvet.

5  Ha David a lavaras d'an den yaouank a gelaoue anezhań: Penaos ec'h ouzout eo marvet Saül ha Jonatan e vab?

6  An den yaouank a gelaoue anezhań a respontas: En em gavout a raen dre zarvoud war venez Gilboa, ha setu Saül en em harpe war e c'hoaf, ha setu ar c'hirri hag ar varc'hegerien a oa tost d'e dapout.

7  O sellout a-dreńv dezhań, em gwelas hag em galvas. Hag e respontis: Setu-me amań.

8  Hag e lavaras din: Piv out? Hag e respontis dezhań: Me 'zo Amalekit.

9  Neuze e lavaras din: Tosta ouzhin, ha va laka d'ar marv, rak en un enkrez bras on, ha va holl vuhez a zo c'hoazh ennon.

10  Tostaet em eus eta outań, hag e lakaet em eus d'ar marv, peogwir e ouien ne vevje ket goude bezań kouezhet evel-se. Neuze em eus kemeret ar gurunenn a oa war e benn hag an dro-vrec'h a oa ouzh e vrec'h, hag em eus o degaset amań da'm aotrou.

11  Neuze David a gemeras e zilhad hag o rogas. An holl dud a oa gantań a reas heńvel.

12  Hag e voent er c'hańv, hag e oueljont, hag e yunjont betek an noz abalamour da Saül ha da Jonatan e vab, ha da bobl an AOTROU, ha da di Israel, dre ma oant kouezhet dre ar c'hleze.

13  Ha David a lavaras d'an den yaouank a gelaoue anezhań: A-belec'h ez out? Hag e respontas: Mab un diavaeziad, un Amalekit, ez on.

14  David a lavaras dezhań: Penaos ne'c'h eus ket bet aon da gas da zorn da lazhań olevad an AOTROU?

15  Neuze David a c'halvas unan eus e dud yaouank hag a lavaras dezhań: Tosta ha sko warnań! E skeiń a reas hag e varvas.

16  David a lavaras dezhań: Ra vo da wad war da benn, rak da c'henoł en deus testeniet a-enep dit o lavarout: Lakaet em eus d'ar marv olevad an AOTROU.

17  Neuze e reas David ar werz-mań war Saül ha war Jonatan e vab,

18  hag e c'hourc'hemennas he deskiń da vibien Juda. Gwerz ar Wareg eo; setu emań skrivet e Levr ar Gwirion:

19  Begenn Israel a zo bet mouget war da uhelennoł! Penaos eo kouezhet an dud kadarn?

20  N'it ket d'henn lavarout e Gad, n'henn disklźriit ket war leur-gźr Askelon, gant aon na vefe laouen merc'hed ar Filistined, gant aon na dridfe merc'hed an diamdroc'hidi.

21  Menezioł Gilboa, ra chomo ar glizh hag ar glav hep kouezhań warnoc'h, hag ar parkeier hep kinnig profoł, rak aze eo bet taolet skoed an dud kadarn, ha skoed Saül, evel ma ne vije ket bet olevet gant eoul.

22  Gwareg Jonatan ne zistroe gwech ebet hep bezań livet gant gwad ar c'hloazidi ha lard ar re greńv, ha kleze Saül na zistroe ket dinerzh.

23  Saül ha Jonatan, hegarat ha plijus en o buhez, n'int ket bet disrannet en o marv. Skańvoc'h e oant eget an erered, ha nerzhusoc'h eget al leoned.

24  Merc'hed Israel, gouelit war Saül, eń hag ho kwiske a ruz-moug en dudi, hag ho lakae da zougen bravigoł aour war ho tilhad.

25  Penaos eo kouezhet an dud kadarn e-kreiz an emgann? Penaos eo bet lazhet Jonatan war an uhelennoł?

26  Jonatan va breur, er glac'har on abalamour dit. Ober a raes va flijadur, burzhudus e oa da garantez evidon, brasoc'h eget karantez ar merc'hed.

27  Penaos eo kouezhet an dud kadarn? Penaos eo bet kollet armoł ar brezel?

 

Pennad 2

1  Goude-se e c'houlennas David kuzul digant an AOTROU o lavarout: Ha pignat a rin da unan eus kźrioł Juda? An AOTROU a respontas dezhań: Pign! David a lavaras: Da belec'h e pignin? Hag e respontas: Da Hebron.

2  David a bignas eta di gant e ziv wreg, Akinoam eus Jizreel hag Abigail gwreg Nabal eus Karmel.

3  David a reas pignat ivez d'an dud a oa gantań, pep hini gant e diegezh, hag e chomjont e kźrioł Hebron.

4  Tud Juda a zeuas da oleviń eno David da roue war di Juda. Hag e voe kaset ur c'heloł da Zavid o lavarout: Tud Jabez Galaad o deus sebeliet Saül.

5  David a gasas kannaded da gavout tud Jabez Galaad da lavarout dezho: Bezit benniget a-berzh an AOTROU, c'hwi hag a zo bet trugarezus e-keńver Saül hoc'h aotrou, hag o deus e sebeliet.

6  Bremań eta, ra fello d'an AOTROU bezań feal ha trugarezus en ho keńver! Me ivez a raio mad deoc'h, dre ma hoc'h eus graet kement-se.

7  Bremań eta ra en em greńvaio ho taouarn, ha bezit tud kadarn. Rak Saül hoc'h aotrou a zo marv, ha ti Juda en deus va olevet da roue warnań.

8  Met Abner mab Ner, penn arme Saül, a gemeras Ishboshed mab Saül, hag en lakaas da dremen da Vahanaim,

9  hag en lakaas da roue war Galaad, war an Ashuried, war Jizreel, war Efraim, war Benjamin, ha war holl Israel.

10  Daou-ugent vloaz e oa Ishboshed mab Saül pa zeuas da roue war Israel, hag e renas daou vloaz. Ti Juda hepken a heulie David.

11  Niver an deizioł ma renas David en Hebron war di Juda, a voe seizh vloaz ha c'hwec'h miz.

12  Hag Abner mab Ner, gant tud Ishboshed mab Saül, a yeas eus Mahanaim war-zu Gabaon.

13  Joab mab Zeruja, gant tud David, a yeas er-maez ivez, hag en em gavjont war-zu lenn Gabaon. Un darn en em zalc'he en tu-mań d'al lenn, ha darn all en tu all d'al lenn.

14  Abner a lavaras da Joab: Ra en em savo an dud yaouank-se bremań evit en em gannań dirazomp. Ha Joab a lavaras: Ra en em savint.

15  Sevel a rejont eta, hag ez ejont war a-raok, niveret daouzek eus Benjamin evit Ishboshed mab Saül, ha daouzek eus tud David.

16  Neuze pep hini, o kregiń e penn e enebour, a dremenas e gleze dre e gostez, hag e kouezhjont holl asambles. Al lec'h-se a voe anvet Helkad-Hazurim (= park ar reier). Emań e Gabaon.

17  En deiz-se e voe un emgann start. Abner ha tud Israel a voe trec'het gant tud David.

18  Tri mab Zeruja, Joab, Abishai hag Asael, a oa eno. Asael a oa skańv e dreid, evel ur c'hazelenn war ar maezioł.

19  Asael a redas war-lerc'h Abner, hep distreiń dioutań nag a-zehou nag a-gleiz.

20  Abner a sellas war al lerc'h hag a lavaras: Ha te eo Asael? Eń a lavaras: Me eo.

21  Abner a lavaras: Distro a-zehou pe a-gleiz, ha krog en unan eus an dud yaouank-se, ha kemer e zibourc'h evidout. Met Asael ne fellas ket dezhań distreiń.

22  Abner a lavaras c'hoazh da Asael: Distro diouzhin; perak e taolfen ac'hanout marv d'an douar? Penaos e kredin mont dirak Joab da vreur?

23  Met ne fellas ket dezhań distreiń, hag Abner a skoas gantań, gant penn a-dreńv e c'hoaf, kement ken ez eas ar goaf er-maez a-dreńv dezhań. Hag e kouezhas eno hag e varvas war al lec'h. An holl re a errue el lec'h ma oa kouezhet marv Asael, a arsave eno.

24  Joab hag Abishai a redas war-lerc'h Abner, hag ez ae da guzh an heol pa'z errujont war grec'hienn Amma, a zo dirak Giak, war hent gouelec'h Gabaon.

25  Mibien Benjamin a zastumas e-kichen Abner, hag en em renkjont en ur bagad oc'h en em zerc'hel war benn ar grec'hienn.

26  Neuze Abner a grias da Joab o lavarout: Ha dalc'hmat e lonko ar c'hleze? Ha n'ouzout ket mat e vo c’hwervder a-benn ar fin? Betek pegeit ne lavari ket d'ar bobl ehanań da redek war-lerc'h o breudeur?

27  Ha Joab a lavaras: Doue a zo bev! Mar na'z pije ket komzet, betek ar beure n'en dije ket paouezet pep hini da redek war-lerc'h e vreur.

28  Seniń a reas Joab er shofar (= trompilh e korn maout), hag an holl bobl a arsavas, ne redjont ken war-lerc'h Israel, ha ne gendalc'hjont ken d'en em gannań.

29  Evel-se Abner hag e dud a gerzhas an nozvezh-pad dre ar maez, hag e treuzjont ar Jordan, hag ez ejont dre ar Bitron a-bezh, hag ec'h errujont e Mahanaim.

30  Joab a zistroas eus redek war-lerc'h Abner, ha p'en doe dastumet an holl bobl, e voe kavet ma vanke e-touez tud David, naontek den hag Asael.

31  Met tud David o doa skoet d'ar marv tri c'hant tri-ugent den eus Benjamin hag eus tud Abner.

32  Hag e kasjont Asael ganto, hag e sebeilhjont anezhań e bez e dad e Betlehem. Ha Joab hag e dud a gerzhas an nozvezh-pad, ha da c'houloł-deiz ec'h errujont en Hebron.

 

Pennad 3

1  Hag e voe ur brezel hir etre ti Saül ha ti David. David a yae war greńvaat, ha ti Saül a yae war zinerzhań.

2  Mibien a voe ganet da Zavid en Hebron: e gentań-ganet a voe Amnon, eus Akinoam eus Jizreel;

3  an eil a voe Kileab, eus Abigail gwreg Nabal eus Karmel; an trede a voe Absalom mab Maaka, merc'h Talmai roue Geshur;

4  ar pevare a voe Adonija mab Hagid; ar pempvet a voe Shefatia mab Abital;

5  ar c'hwec'hvet a voe Jitream, eus Egla gwreg David. Ar re-se a voe ganet da Zavid en Hebron.

6  E-keit ha ma voe brezel etre ti Saül ha ti David, Abner a harpas ti Saül.

7  Saül en doa bet ur serc'h anvet Rizpa merc'h Aya. Ishboshed a lavaras da Abner: Perak ez out aet da gavout serc'h va zad?

8  Abner a voe gwall fuloret en abeg da gomzoł Ishboshed, hag e lavaras dezhań: Daoust hag-eń ez on ur penn ki a-enep Juda, me a ziskouez hiziv madelezh e-keńver ti Saül da dad, hag e-keńver e vreudeur hag e vignoned, me na'z laka ket etre daouarn David? Hag e rebechez din hiziv ur mank gant ar vaouez-se?

9  Ra raio Doue da Abner hervez an diwezhań rustoni ma ne ran ket evit David kement en deus touet an AOTROU dezhań,

10  o kas ar rouantelezh eus ti Saül d'e hini, hag o lakaat tron David war Israel ha war Juda, adalek Dan betek Beer-Sheba.

11  Ha ne gredas ket Ishboshed respont ur ger da Abner, dre m'en doa aon dirazań.

12  Abner a gasas eta kannaded da gavout David, evit lavarout dezhań eus e berzh: Da biv eo ar vro? Hag evit lavarout ivez: Gra emglev ganin, ha setu, va dorn a vo ganit, evit dastum davedout holl Israel.

13  Hag e respontas: Mat eo! Ober a rin emglev ganit; un dra hepken a c'houlennan ouzhit: ne weli ket va dremm ken na'z po da gentań degaset din Mikal merc'h Saül, pa zeui da'm gwelout.

14  Neuze e kasas David kannaded da Ishboshed mab Saül evit lavarout dezhań: Ro din va gwreg Mikal am eus dimezet dezhi evit kant pod-mezenn Filistined.

15  Ishboshed a gasas d'he c'hemer digant he fried Paltiel mab Laish.

16  He fried a yeas ganti, o ouelań war he lerc'h betek Bakurim. Neuze Abner a lavaras dezhań: Kae en-dro kuit! Hag ez eas en-dro.

17  Abner a gomzas ouzh henaourien Israel o lavarout: Gwechall e felle deoc'h kaout David evit roue warnoc'h.

18  Bremań eta grit-se, rak an AOTROU en deus komzet ouzh David o lavarout: Dre zorn David va servijer e tieubin va fobl Israel eus dorn ar Filistined hag eus dorn o holl enebourien.

19  Hag Abner a gomzas ivez ouzh re Venjamin. Goude ez eas Abner da lavarout da Zavid da Hebron kement a oa kavet mat gant Israel ha gant holl di Benjamin.

20  Abner a zeuas etrezek David en Hebron, hag ugent den gantań. David a reas ur fest da Abner ha d'ar re a oa gantań.

21  Abner a lavaras da Zavid: Sevel a rin hag ez in da zastum holl Israel e-kichen ar roue va aotrou, evit ma raint emglev ganit, hag e reni evel ma fell da'z ene. Ha David a lezas Abner da vont kuit, hag ez eas e peoc'h.

22  Ha setu ma tistroe tud David gant Joab eus ober un ergerzhadeg, o tegas ganto ur preizh bras. Abner ne oa ken gant David en Hebron, dre m'en doa e lezet da vont kuit, hag e oa aet e peoc'h.

23  Joab hag an holl arme a oa gantań a zistroas, hag e voe roet keloł da Joab o lavarout: Abner mab Ner a zo deuet da gavout ar roue, en deus e lezet da vont kuit, hag aet eo e peoc'h.

24  Joab a zeuas da gavout ar roue hag a lavaras: Petra ac'h eus graet? Deuet eo Abner da'z kavout, perak ec'h eus e lezet da vont kuit hag eo aet evel-se?

25  Anavezout a rez Abner mab Ner: deuet eo evit da douellań, evit anavezout da zoareoł hag evit gouzout kement a rez.

26  O vezań aet kuit eus ti David, e kasas Joab tud war-lerc'h Abner, evit e zegas en-dro eus puńs Sira. Met David ne ouie ket kement-se.

27  Abner a zistroas eta da Hebron, ha Joab en tennas a-du, en diabarzh eus an nor, evel evit komz outań e kuzh, hag eno e skoas warnań en e gof, hag e varvas en abeg da wad Asael breur Joab.

28  David a anavezas-se raktal, hag e lavaras: Didamall on, me ha va rouantelezh, da viken dirak an AOTROU, eus gwad Abner mab Ner.

29  Ra gouezho ar gwad-se war benn Joab ha war holl di e dad! Ra vo e ti Joab da viken un den bennak o kaout ur berad pe al lorgnez, pe oc'h en em harpań war ur vazh, pe o kouezhań dre ar c'hleze, pe o vezań e diouer a vara!

30  Evel-se Joab hag Abishai e vreur a lazhas Abner, dre m'en doa skoet d'ar marv war Asael o breur e Gabaon, en emgann.

31  Ha David a lavaras da Joab ha d'an holl bobl a oa gantań: Rogit ho tilhad hag en em c'hourizit gant seier, ha dougit kańv da Abner. Hag ar roue David a gerzhas war-lerc'h an arched.

32  Ha p'o doe sebeliet Abner en Hebron, ar roue a savas e vouezh hag a ouelas e-kichen bez Abner, hag e ouelas an holl bobl.

33  Hag e reas ar roue ur werz war Abner o lavarout: Abner, ha marvet eo evel ma varv un digalon?

34  Da zaouarn ne oant ket ereet, na da dreid chadennet gant hern, met kouezhet out evel ma kouezher dirak ar re zrouk! Hag an holl bobl en em adlakaas da ouelań warnań.

35  Hag an holl bobl a zeuas evit ober da Zavid kemer un tamm boued, e-pad ma oa c'hoazh deiz; met David a douas o lavarout: Ra raio Doue din hervez an diwezhań rustoni mar debran bara pe un dra bennak all a-raok ma vo kuzhet an heol.

36  An holl bobl a glevas anezhań hag a gavas mat, ha kement a rae ar roue a blije d'an holl bobl.

37  Evel-se, en deiz-se, an holl bobl hag holl Israel a ouezas n'eo ket dre urzh ar roue e oa bet lakaet d'ar marv Abner mab Ner.

38  Ar roue a lavaras d'e servijerien: Ha n'ouzoc'h ket ez eo ur penn-bras a zo kouezhet hiziv en Israel?

39  Ha me a zo dinerzh hiziv, petra bennak ma'z on bet olevet da roue. Hag an dud-se, mibien Zeruja, a zo re c'halloudek evidon. Ra roio an AOTROU d'an hini en deus graet an droug hervez e zrougiezh!

 

Pennad 4

1  Pa glevas mab Saül e oa marvet Abner en Hebron, e wanaas e zaouarn hag holl Israel a voe trubuilhet.

2  Mab Saül en doa daou benn strolladoł, unan a oa anvet Baana hag egile Rekab, mibien Rimmon eus Beerod, eus a-douez mibien Benjamin, rak Beerod a oa kontet evel o vezań da Venjamin.

3  Tud Berod o doa tec'het betek Gittaim, hag ez int bet o chom eno betek hiziv.

4  Jonatan mab Saül en doa ur mab mac'hagnet e dreid. Pa oa oadet a bemp bloaz, pa zeuas eus Jizreel ar c'heloł diwar-benn Saül ha Jonatan, e vagerez en kemeras hag a dec'has, hag evel ma'c'h haste tec'hout, e kouezhas hemań, hag e teuas da vezań kamm. E anv a oa Mefiboshed.

5  Mibien Rimmon eus Beerod, Rekab ha Baana, a zeuas, hag e tommder an deiz ez ejont da di Ishboshed, evel ma rae ur c'housk-aez.

6  Mont a rejont betek kreiz an ti, evel evit kemer gwinizh, hag e skojont gantań en e gof, ha Rekab ha Baana e vreur a dec'has.

7  Mont a rejont eta en ti pa oa Ishboshed gourvezet war e wele, er gambr e-lec'h ma kouske. Hag e skojont gantań, hag e lakajont anezhań d'ar marv. Goude e troc'hjont e benn hag en kemerjont, hag e kerzhjont an nozvezh-pad dre hent ar blaenenn.

8  Hag e tegasjont penn Ishboshed da Zavid en Hebron, hag e lavarjont d'ar roue: Setu penn Ishboshed mab Saül, da enebour, an hini a glaske da vuhez. An AOTROU en deus veńjet hiziv ar roue va aotrou eus Saül hag eus e ouenn.

9  David a respontas da Rekab ha da Vaana e vreur, mibien Rimmon eus Beerod, o lavarout dezho: An AOTROU a zo bev, eń hag en deus dieubet va ene eus va holl enkrezioł!

10  An hini a oa deuet da zisklźriań din ha da lavarout: Setu, marvet eo Saül, sońjal a rae reiń din ur c'heloł mat, me a grogas ennań hag en lazhas e Ziklag, evit priz e geloł mat.

11  Seul vuioc'h, p'o deus tud fall lazhet un den mat en e di, war e wele, daoust ha ne adc'houlennin ket bremań e wad eus ho torn, ha n'ho tilamin ket a-ziwar an douar?

12  Ha David a roas urzh d'e dud d'o lazhań, da droc'hań dezho o daouarn hag o zreid, ha d'o c'hrougań tost ouzh lenn Hebron. Hag e kemerjont penn Ishboshed, evit e sebeliań e bez Abner en Hebron.

 

Pennad 5

1  Holl veuriadoł Israel a zeuas da gavout David en Hebron, hag e komzjont o lavarout: Setu, ni a zo da eskern ha da gig.

2  Diagent zoken, pa oa Saül roue warnomp, te eo an hini a gase er-maez hag a zegase en-dro Israel. Hag an AOTROU en deus lavaret dit: Te a vesaio va fobl Israel, te a vo penn Israel.

3  Holl henaourien Israel a zeuas eta etrezek ar roue da Hebron, ha David a reas ganto un emglev en Hebron dirak an AOTROU. Hag ec'h olevjont David da roue war Israel.

4  Tregont vloaz e oa David pa zeuas da roue, hag e renas daou-ugent vloaz.

5  Ren a reas war Juda en Hebron seizh vloaz ha c'hwec'h miz, hag e renas tri bloaz ha tregont e Jeruzalem war holl Israel ha Juda.

6  Ar roue a gerzhas gant e dud war Jeruzalem a-enep ar Jebuziz a oa annezidi ar vro. Komz a rejont ouzh David o lavarout: Ne zeui ket amań ken na'z po lamet ar re dall hag ar re gamm, da lavarout eo: David ne zeuio ket amań.

7  Met David a dapas kreńvlec'h Sion, hag a zo kźr David.

8  David en doa lavaret en deiz-se: Piv bennak a skoio war ar Jebuziz, ra dapo ar ganol hag ar re gamm-se hag ar re dall-se a zo enebourien David. Setu perak e vez lavaret: Na dall na kamm ne zeuio en ti-mań.

9  David a annezas er c’hreńvlec’h, a anvas ker David. Sevel a reas tro-dro dezhi adalek Milho betek an diabarzh.

10  Ha David a zeue da vezań brasoc'h-brasań; an AOTROU, Doue an armeoł, a oa gantań.

11  Hiram roue Tir a gasas kannaded da gavout David, ha koad sedrez, kilvizien ha benerien, hag e savjont ti David.

12  David a ouezas e oa an AOTROU en doa e startaet evel roue war Israel, hag en doa savet e rouantelezh abalamour d'e bobl Israel.

13  David a gemeras c'hoazh serc'hed ha gwragez eus Jeruzalem, goude bezań deuet eus Hebron, hag e voe tad c'hoazh da vibien ha da verc'hed.    

14  Setu amań anvioł ar re a voe ganet dezhań e Jeruzalem: Shammua, Shobab, Natan, Salomon,

15  Jibar, Elishua, Nefeg, Jafia,

16  Elishama, Eliada, Elifeled.

17  Ar Filistined a ouezas e oa bet olevet David evel roue war Israel, hag an holl Filistined a bignas da glask David. David en klevas hag a ziskennas eus ar c'hreńvlec'h.

18  Ar Filistined a zeuas hag en em strewas e traonienn ar Refaim.

19  David a c'houlennatas an AOTROU o lavarout: Ha pignat a rin a-enep ar Filistined, hag o lakaat a ri etre va daouarn? Hag an AOTROU a lavaras da Zavid: Pign, a-dra-sur e lakain ar Filistined etre da zaouarn.

20  Neuze e teuas David e Baal-Perazim, e-lec'h ma o filas, hag e lavaras: An AOTROU en deus stlabezet va enebourien dirazon evel doureier o tic'hlannań. Setu perak ec'h anvas  al lec'h-se Baal-Perazim (= mestr an toulloł-freuz).

21  Lezel a rejont eno o doueoł, hag e voent dilamet gant David ha gant e dud.

22  Hag ar Filistined a bignas a-nevez hag en em strewas en draonienn ar Refaim.

23  David a c'houlennatas an AOTROU, hag an AOTROU a lavaras: Ne bigni ket, kae a-dreńv dezho, hag ec'h errui warno a-dal d'ar mouarennoł

24  Pa glevi trouz kammedoł war-lein ar mouarennoł, neuze hast buan, rak an AOTROU a vo aet er-maez dirazout evit skeiń war gamp ar Filistined.

25  David a reas evel m'en doa gourc'hemennet dezhań an AOTROU, hag e skoas war ar Filistined abaoe Geba betek Gezer.

 

Pennad 6

1  David a zastumas c'hoazh holl dud a-zibab Israel, tregont mil den.

2  David a savas hag a yeas, kenkoulz hag an holl bobl a oa gantań, eus Baale-Juda, evit degas ac'hane arc'h Doue, a vez galvet an anv dirazi, anv AOTROU an armeoł a zo o chom etre ar cherubined.

3  Lakaat a rejont arc'h Doue war ur c'harr nevez, hag e tegasjont anezhi eus ti Abinadab a oa war ur grec'hienn. Uzza hag Akjo, mibien Abinadab, a rene ar c'harr nevez.

4  Degas a rejont eta anezhi eus ti Abinadab a oa war ur grec'hienn, o kerzhout gant arc'h Doue, hag Uzza a yae a-raok an arc'h.

5  David hag holl di Israel a c'hoarie dirak Doue gant pep seurt binvioł koad siprez, gant telennoł, gant lourennoł, gant taboulinoł, gant sistroł ha gant simbalennoł.

6  Pa voent erruet betek leur Nakon, Uzza a astennas e zorn war-zu arc'h Doue hag a grogas enni, rak an ejened o doa strebotet.

7  Kounnar an AOTROU a entanas a-enep Uzza, ha Doue a skoas gantań en abeg d'e vank. Hag e varvas eno, tost ouzh arc'h Doue.

8  Ha David a voe glac'haret, rak an AOTROU en doa graet un toull-freuz war Uzza. Hag eo bet anvet betek hiziv al lec'h-se: Perez-Uzza (= freuz Uzza).

9  David en doe aon rak an AOTROU en deiz-se, hag e lavaras: Penaos e teuio arc'h an AOTROU da'm zi?

10  David ne fellas ket dezhań degas arc'h an AOTROU d'e di e kźr David, met David a zistroas anezhi da di Obed-Edom eus Gad.

11  Arc'h an AOTROU a chomas tri miz e ti Obed-Edom eus Gad. Hag an AOTROU a vennigas Obed-Edom hag e holl diegezh.

12  Hag e voe komzet ouzh ar roue David o lavarout: An AOTROU en deus benniget ti Obed-Edom ha kement a zo dezhań, abalamour da arc'h Doue. Neuze ez eas David, hag e tegasas arc'h Doue eus ti Obed-Edom da gźr David, gant levenez.

13  P'o doe graet c'hwec'h kammed ar re a zouge arc'h Doue, e voe aberzhet ejened ha leueoł lart.

14  David a zańse a holl nerzh dirak an AOTROU. Gourizet e oa gant un efod lin.

15  David hag holl di Israel a zegase arc'h an AOTROU gant kriadennoł a levenez hag ouzh son ar shofaroł (= trompilhoł e korn maout).

16  Evel ma teue arc'h an AOTROU e kźr David, Mikal merc'h Saül a sellas dre ar prenestr hag a welas ar roue David o lammat hag o tańsal dirak an AOTROU. Hag e tisprizas anezhań en he c'halon.

17  Degas a rejont eta arc'h an AOTROU, hag e lakajont anezhi en e lec'h, e-kreiz an deltenn en doa savet David. Ha David a ginnigas loskaberzhoł hag aberzhoł a drugarekadennoł dirak an AOTROU.

18  P'en doe echu David da ginnig al loskaberzhoł hag an aberzhoł a drugarekadennoł, e vennigas ar bobl en anv AOTROU an armeoł.

19  Hag e lodennas d'an holl bobl, da holl varead tud Israel, gwazed ha maouezed, da bep hini, ur varaenn, ul lodenn gig hag ur wastell rezin. Goude e tistroas an holl dud, pep hini d'e gźr.

20   David a zistroas da vennigań e di. Ha Mikal merc'h Saül a zeuas en arbenn da Zavid hag a lavaras: Pebezh enor hiziv evit roue Israel oc'h en em zizoleiń dirak daoulagad mitizhien e servijerien, evel ma en em zizolofe divezh un den a netra!

21  David a lavaras da Vikal: Dirak an AOTROU eo, eń hag en deus va dibabet kentoc'h eget da dad hag e holl di evit va lakaat da rener war bobl an AOTROU, war Israel. Dirak an AOTROU eo ez on bet laouen.

22  Hag en em izelain c'hoazh muioc'h eget kement-se, hag e vin disprizet da'm daoulagad, met e vin enoret gant ar mitizhien ac'h eus komzet diwarno.

23  Ha Mikal merc'h Saül n'he doe ket a vugale betek deiz he marv.

 

Pennad 7

1  Pa voe ar roue staliet en e di, hag en doe an AOTROU roet peoc'h dezhań eus e holl enebourien tro-dro,

2  ar roue a lavaras da Natan ar profed: Sell, emaon o chom en un ti sedrez, hag arc'h Doue a zo dindan pallinier.

3  Natan a lavaras d'ar roue: Kae, gra kement a zo ez kalon, rak an AOTROU a zo ganit.

4  Ha setu en noz-se e voe disklźriet komz an AOTROU da Natan o lavarout:

5  Kae ha lavar da Zavid va servijer: Evel-henn e komz an AOTROU: Ha te eo a savo un ti din evit ma chomin ennań?

6  Rak n'on ket bet o chom en un ti abaoe an deiz ma em eus lakaet mibien Israel da bignat eus an Ejipt betek hiziv, met kerzhet em eus amań hag ahont dindan un deltenn hag un tabernakl.

7  E pep lec'h ma em eus kerzhet gant holl vibien Israel, daoust hag em eus komzet diwar-benn-se da unan eus meuriadoł Israel, d'ar re em boa gourc'hemennet dezho peuriń va fobl Israel, o lavarout: Perak n'hoc'h eus ket savet din un ti sedrez?

8  Bremań e komzi evel-henn da Zavid va servijer: Evel-henn e komz AOTROU an armeoł: Da gemeret em eus er peurvanoł e-kichen an deńved, evit bezań penn war va fobl Israel,

9  bet on ganit e kement lec'h ma ec'h eus kerzhet, distrujet em eus da holl enebourien dirazout, graet em eus dit un anv bras, evel anv ar re vras a zo war an douar,

10  reiń a rin ul lec'h da'm fobl Israel hag e plantin anezho, hag e vint o chom el lec'h-se, ha ne vint ken dilec'hiet; mibien an direizhder ne c'hlac'harint ken anezho evel diagent,

11  abaoe an deizioł ma em eus lakaet barnerien war va fobl Israel. Roet em eus diskuizh dit eus da holl enebourien. Hag an AOTROU a ro da anavezout dit e savo dit un ti.

12  Pa vo peurechu da zeizioł ha ma vi kousket gant da dadoł, e savin da lignez war da lerc'h, an hini a zeuio eus da gorf, ha me a startaio e ren.

13  Eń eo a savo un ti da'm anv, ha me a startaio tron e ren da viken.

14  Me a vo evitań un tad, hag eń a vo evidon ur mab. Mar gwallc'hra, e kastizin anezhań gant gwialenn an dud ha gant goulioł mibien an dud,

15  met va gras ne vo ket lamet digantań, evel ma em eus he zennet digant Saül, am eus distaolet dirazout.

16  Da di ha da ren a vo asuret da viken dirak da zaoulagad, da dron a vo startaet da viken

17  Natan a gomzas ouzh David hervez an holl gomzoł-se hag hervez an holl weledigezh-se.

18  Neuze ar roue David a yeas d'en em zerc'hel dirak an AOTROU, hag a lavaras: Piv ez on, Aotrou AOTROU? Ha petra eo va zi ma ec'h eus va degaset betek amań?

19  Met nebeut a dra eo c'hoazh da'z taoulagad, o Aotrou AOTROU! Komzet ec'h eus diwar-benn ti da servijer evit un amzer bell. Ha kement-se eo doare d'ober an dud, o Aotrou AOTROU?

20  Petra muioc'h a c'hellfe David lavarout dit? Anavezout a rez da servijer, Aotrou AOTROU.

21  Abalamour da'z komz, hag hervez da galon, ec'h eus graet an holl draoł bras-se, evit o reiń da anavezout da'z servijer.

22  Evel-se out bras, AOTROU Doue! Rak nikun n'eo heńvel ouzhit, ha n'eus Doue all ebet nemedout, hervez kement hon eus klevet gant hon divskouarn.

23  Ha bez' ez eus war an douar ur vroad heńvel ouzh da bobl, heńvel ouzh Israel, a zo bet dasprenet gant Doue evit ober anezhi e bobl, evit ober dezhań un anv, hag evit ober ez keńver hag e-keńver da vro traoł bras ha spontus, en ur gas kuit dirak da bobl ac'h eus dasprenet evidout eus an Ejipt, broadoł hag o doueoł?

24  Sartaet ec'h eus da bobl Israel evit bezań da bobl da viken, ha te, AOTROU, te a zo deuet o Doue.

25  Ha bremań, AOTROU Doue, seven evit biken ar gomz ac'h eus disklźriet diwar-benn da servijer hag e di, ha gra evel ma ec'h eus lavaret.

26  Ra vo meuraet da anv da viken, ra vo lavaret: AOTROU an armeoł eo Doue Israel! Ha ra vo ti David da servijer startaet dirazout!

27  Rak te da-unan, AOTROU an armeoł Doue Israel, te ac'h eus disklźriet an traoł-se da'z servijer o lavarout: Me a savo dit un ti! Setu perak da servijer en deus kavet an hardizhegezh d'ober dit ar bedenn-mań.

28  Ha bremań, Aotrou AOTROU, te a zo Doue ha da gomzoł a zo gwirion, ha prometet ec'h eus da'z servijer an eurvad-se.

29 Ra blijo ganit bremań bennigań ti da servijer, evit ma vo da viken dirazout! Rak henn lavaret ec'h eus Aotrou AOTROU, ha ti da servijer a vo benniget gant da vennozh da viken.

 

Pennad 8

1  Goude-se, David a drec'has ar Filistined hag a izelaas anezho, hag e tapas stur o c'hźr-benn eus dorn ar Filistined.

2  Trec'hiń a reas ar Voabiz ivez, hag o muzulias gant ur gordenn, en ur lakaat anezho da c'hourvez war an douar. Muzuliań a reas div gordennad evit o lakaat da vervel, hag ur gordennad leun evit lezel ganto o buhez. Hag ar Voabiz a voe sujet gant David, o paeań un truaj.

3  David a drec'has ivez Hadadezer mab Reob, roue Zoba, pa'z eas da adlakaat e harzoł etrezek ar stźr Eufratez.

4  David a gemeras digantań mil seizh kant marc'heger hag ugent mil troadeg. Troc'hań a reas jaritelloł ar c'hezeg eus an holl girri, met mirout a reas kant karr.

5  Ar Siriz eus Damask a zeuas da skoazellań Hadadezer roue Zoba, ha David a drec'has daou vil Siriad warn-ugent.

6  David a lakaas ur gwarnizon e Siria eus Damask, hag ar Siriz a voe sujet gant David, o paeań un truaj. An AOTROU a ziwalle David e pep lec'h ma'z ae.

7  David a gemeras ar skoedoł aour a oa gant servijerien Hadadezer, hag a zegasas anezho da Jeruzalem.

8  Degas a reas ivez eus Betak hag eus Berotai, kźrioł Hadadezer, arem e-leizh.

9  Toi roue Hamad a ouezas en doa trec'het David holl arme Hadadezer,

10  hag e kasas Joram e vab etrezek ar roue David evit saludiń anezhań hag e veuliń eus m'en doa graet brezel a-enep Hadadezer hag e drec'het. Rak Hadadezer a oa bet en ur brezel kendalc'hus gant Toi, hag e kasas listri arc'hant, listri aour ha listri arem.

11  Ar roue David a gensakras anezho d'an AOTROU, gant an arc'hant hag an aour en doa dija kensakret, degaset eus an holl vroadoł en doa lakaet dindanań,

12  eus Siria, eus Moab, eus mibien Ammon, eus ar Filistined, eus Amalek, hag eus diwisk Hadadezer mab Reob, roue Zoba.

13  David en em reas c'hoazh brud pa zistroas eus e du-gounid war ar Siriz, en ur drec'hiń triwec'h mil Edomad e traonienn an Holen,

14  hag e lakaas gwarnizonoł en Edom. Dre-holl en Edom e lakaas gwarnizonoł, hag an holl Edomiz a voe sujet da Zavid. An AOTROU a ziwalle David e pep lec'h ma'z ae.

15  David a renas war holl Israel, o tougen barn ha reizhder d'e holl bobl.

16  Joab mab Zeruja a oa penn an arme, Jozafad mab Akilud a oa teuliour,

17  Zadok mab Akitub hag Akimelek mab Abiatar a oa aberzhourien, Seraja a oa skrib,

18  Benaja mab Jehojada a oa penn ar Geretiz hag ar Beletiz, mibien David a oa e gentań ofiserien.

 

Pennad 9

1  Neuze e lavaras David: Ha ne van eta den eus ti Saül, evit ma rin vad dezhań abalamour da Jonatan?

2  Bez' e oa eus ti Saül ur servijer anvet Ziba, a voe galvet da gavout David. Hag ar roue a lavaras dezhań: Ha te eo Ziba? Hag e respontas: Da servijer!

3  Ar roue a lavaras: Ha n'eus den ken eus ti Saül, ma rin en e geńver trugarez hervez Doue? Ha Ziba a respontas d'ar roue: Bez' ez eus c'hoazh ur mab da Jonatan, mac'hagnet e dreid.

4  Ar roue a lavaras dezhań: Pelec'h emań? Ha Ziba a respontas d'ar roue: Emań e ti Makir mab Amiel, e Lodebar.

5  Neuze ar roue David a gasas d'e gerc'hat eus ti Makir mab Amiel, e Lodebar.

6  Pa voe deuet Mefiboshed mab Jonatan, mab Saül, da gavout David, e kouezhas war e zremm, hag e stouas. David a lavaras: Mefiboshed! Hag e respontas: Da servijer!

7  David a lavaras dezhań: Na'z pez ket aon, rak a-dra-sur e rin vad dit, abalamour da Jonatan da dad, hag e roin dit holl zouaroł Saül da dad, hag e tebri bara da viken ouzh va zaol.

8  Hag e stouas en ur lavarout: Petra eo da servijer, ma ec'h eus sellet ouzh ur c'hi marv eveldon?

9  Neuze ar roue a c'halvas Ziba servijer Saül hag a lavaras dezhań: Roet em eus da vab da vestr kement tra a oa da Saül ha d'e holl di.

10  Labourat a ri evitań an douaroł-se, te ha da vibien ha da servijerien, hag e tastumi ar frouezh anezho, evit m'en devo mab da vestr bara da zebriń. Ha Mefiboshed mab da vestr a zebro da viken ouzh va zaol. Ziba en doa pemzek mab hag ugent servijer.

11  Ziba a lavaras d'ar roue: Da servijer a raio kement en deus gourc'hemennet ar roue va aotrou d'e servijer. Ha Mefiboshed, eme ar roue, a zebro ouzh va zaol evel unan eus mibien ar roue.

12  Mefiboshed en doa ur mab yaouank anvet Mika. An holl re a oa o chom e ti Ziba a oa servijerien Mefiboshed.

13  Mefiboshed a oa o chom e Jeruzalem, rak dalc'hmat e tebre ouzh taol ar roue. Hag e oa mac'hagnet eus e zaoudroad.

 

Pennad 10

1  Goude-se e varvas roue mibien Ammon, hag Hanun e vab a renas war e lerc'h.

2  David a lavaras: Madelezhus e vin e-keńver Hanun mab Nakash, evel m'eo bet e dad madelezhus em c'heńver. David a gasas e servijerien evit e frealziń diwar-benn e dad. Ha servijerien David a zeuas da vro mibien Ammon.

3  Met pennoł mibien Ammon a lavaras da Hanun o aotrou: Ha sońjal a rez e vefe kaset frealzerien gant David evit enoriń da dad? Ha n'eo ket evit imbourc'hiń kźr, hag he spiań, hag he distrujań, e tegas David e servijerien da'z kavout?

4  Hag Hanun a dapas servijerien David, a douzas dezho an hanter eus o barv, a droc'has an hanter eus o dilhad betek krec'h an divorzhed, hag o c'hasas kuit.

5  Ha kement-se a voe lavaret da Zavid, a gasas tud en arbenn dezho, rak mezhek-tre e oa an dud-se. Ar roue a lavaras dezho: Chomit e Jeriko ken na vo bountet ho parv, ha neuze e tistroiot.

6  Mibien Ammon a welas e oant bet kasaus e-keńver David. Hanun ha mibien Ammon a gasas da-gichen ar Siriz eus Bet-Reob hag ar Siriz eus Zoba evit goprań ugent mil den war droad, mil den e-kichen roue Maaka, ha daouzek mil den e-kichen tud Tob.

7  David, o vezań klevet kement-se, a gasas Joab hag e holl arme, tud kadarn.

8  Mibien Ammon a yeas er-maez hag en em renkas evit an emgann a-dal d'an nor. Hag ar Siriz eus Zoba hag eus Reob, ha tud Tob ha Maaka a oa a-du war ar maez.

9  Joab, o welout e oa an arme troet a-enep dezhań a-dreńv hag a-raok, a zibabas soudarded a-douez holl re wellań Israel, hag o renkas a-enep ar Siriz,

10  hag e roas renerezh an nemorant eus ar bobl da Abishai e vreur, hag o renkas a-enep mibien Ammon.

11  Hag e lavaras: Mar bez ar Siriz kreńvoc'h egedon, e teui da'm sikour, ha mar bez mibien Ammon kreńvoc'h egedout, me a zeuio da'z sikour.

12  Bez kreńv, diskouezomp kalon evit hor pobl hag evit kźrioł hon Doue. Ra vo graet gant an AOTROU evel ma kavo mat.

13  Neuze Joab hag ar bobl a oa gantań a dostaas evit stourm a-enep ar Siriz, met ar re-mań a dec'has kuit dirazań.

14  Mibien Ammon, o welout e tec'he ar Siriz, a dec'has kuit int ivez dirak Abishai, hag ez ejont e kźr. Joab a bellaas diouzh mibien Ammon hag a zistroas da Jeruzalem.

15  Ar Siriz, o welout e oant bet trec'het gant Israel, en em zastumas.

16  Hadadezer a gasas da gerc'hat ar Siriz a oa en tu all d'ar stźr. Shobak penn arme Hadadezer a rene anezho.

17  Kement-se a voe lavaret da Zavid, a zastumas holl Israel, a dremenas ar Jordan, hag a zeuas da Helam. Ar Siriz en em renkas a-enep David, hag e stourmjont en e enep. 

18  Hag ar Siriz a dec'has dirak Israel. David a zistrujas seizh kant karr, ha daou-ugent mil marc'heger. Skeiń a reas ivez war Shobak penn o arme, a varvas eno.

19  An holl rouaned a oa didndan Hadadezer, o welout e oant bet pilet gant Israel, a reas peoc'h gant Israel, hag e voent sujet dezhań. Hag ar Siriz o doe aon da skoazellań c'hoazh mibien Ammon.

 

Pennad 11

1  Ar bloaz war-lerc'h, d'ar c'houlz ma'z a er-maez ar rouaned, David a gasas Joab, ha gantań e servijerien hag holl Israel, da zistrujań bro mibien Ammon ha da sezizań Rabba. Met David a chomas e Jeruzalem.

2  D'abardaez ec'h erruas ma savas David a-ziwar e wele, hag evel ma pourmene war doenn ti ar roue, e welas diwar an doenn ur vaouez oc'h en em walc'hiń. Ar vaouez a oa kaer-meurbet da welout.

3  David a gasas da c'houlenn piv e oa ar vaouez-se, hag e voe lavaret: Ha n'eo ket Bat-Sheba merc'h Eliam, gwreg Uri an Hitit?

4  David a gasas kannaded d'he c'herc'hat dezhań, ha dont a reas d'e gavout. Hag e kouskas ganti. Hag hi en em c'hlanaas eus he dic'hlanded, hag e tistroas d'he zi.

5  Ar vaouez-mań a gońsevas, hag e kasas d'henn diskleriań da Zavid o lavarout: Brazez on.

6  Neuze David a gasas da lavarout da Joab: Kas din Uri an Hitit. Joab a gasas Uri da gavout David.

7  Uri a zeuas d'e gavout, ha David reas goulennoł outań diwar-benn stad Joab, stad ar bobl, ha stad ar brezel.

8  Ha David a lavaras da Uri: Diskenn da'z ti ha gwalc'h da dreid. Uri a yeas eta er-maez eus ti ar roue, hag e voe roet dezhań ur prof a-berzh ar roue.

9  Met Uri a gouskas e-tal dor ti ar roue, gant holl servijerien e aotrou, ha ne ziskennas ket d'e di.

10  Kement-se a voe disklźriet da Zavid o lavarout: Uri n'eo ket diskennet d'e di. Ha David a lavaras da Uri: Ha ne zeuez ket eus ur veaj? Perak n'out ket diskennet da'z ti?

11  Uri a respontas da Zavid: An arc'h, hag Israel ha Juda, a zo o chom dindan teltennoł; va aotrou Joab ivez ha servijerien va aotrou a gamp er parkeier, hag ez afen da'm zi, evit debriń hag evań ha kousket gant va gwreg? Te a zo bev, ha da ene a zo bev, ne rin ket un hevelep tra!

12  David a lavaras da Uri: Chom c'hoazh hiziv amań, ha warc'hoazh ez kasin kuit. Uri a chomas eta e Jeruzalem an deiz-se hag an deiz war-lerc'h.

13  Ha David a c'halvas anezhań, hag e tebras hag ec'h evas dirazań, hag en mezvas, met d'abardaez ez eas da gousket en e wele gant servijerien e vestr, ha ne ziskennas ket d'e di.

14  Ha diouzh ar beure, an deiz war-lerc'h, e skrivas David ul lizher da Joab, a gasas dre zaouarn Uri.

15  Ha setu ar pezh a skrivas el lizher: Lakait Uri el lec'h ma vo an emgann en e greńvań, ha pellait dioutań, evit ma vo skoet ha ma varvo.

16  Joab eta, o vezań eveshaet ouzh kźr, a lakaas Uri el lec'h ma ouie e vefe an dud kadarnań.

17  Tud kźr a zeuas er-maez hag a stourmas a-enep Joab, ha kalz a dud a gouezhas e-touez servijerien David. Uri an Hitit a varvas ivez.

18  Goude e kasas Joab da lavarout da Zavid kement a oa c'hoarvezet en emgann.

19  Hag e roas an urzh-mań d'ar c'hannad: Pa ez po echu da gomz ouzh ar roue eus kement tra a zo c'hoarvezet en emgann,

20  marteze e fuloro ar roue en ur lavarout dit: Perak oc'h en em dostaet ouzh kźr d'ober brezel? Ha n'ouzoc'h ket e tenner diwar ar voger?

21  Piv en deus lazhet Abimelek mab Jerubbeshed? Ha ne oa ket ur vaouez a daolas warnań ur maen milin diwar krec'h ar voger, hag e varvas e Tebez? Perak hoc'h eus tostaet ouzh ar voger? Neuze e lavari dezhań: Da servijer Uri an Hitit a zo marvet ivez.

22  Ar c'hannad eta a yeas, hag o vezań erruet e roas da anavezout da Zavid an holl draoł en doa e gaset Joab evito.

23  Ar c'hannad a lavaras da Zavid: An dud-se a zo en em ziskouezet kreńvoc'h egedomp, hag a zo deuet a-enep deomp war ar maez, met o bountet hon eus betek toull dor kźr.

24  Ar waregerien o deus tennet war da servijerien diwar krec'h ar voger, hag ez eus servijerien ar roue hag a zo marvet; da servijer Uri an Hitit a zo marv ivez.

25  David a lavaras d'ar c'hannad: Evel-henn e lavari da Joab: Na vez ket chalet gant-se, rak ar c'hleze a zebr a-wechoł unan, a-wechoł egile. Kresk ar brezel a-enep kźr, ha distruj anezhi. Ha te, kennerzh anezhań!

26  Gwreg Uri a ouezas e oa marvet Uri, hag e reas kańv war he fried.

27  Pa voe tremenet ar c'hańv, David a gasas d'he c'hemer en e di, hag e voe e wreg, hag e c'hanas dezhań ur mab. Met ar pezh en doa graet David a zisplijas d'an AOTROU.

 

Pennad 12

1  An AOTROU a gasas Natan da gavout David, hag e teuas d'e gavout hag e lavaras dezhań: Bez' e oa daou zen en ur gźr, unan pinvidik hag egile paour.

2  An hini pinvidik en doa ejened ha deńved e-leizh.

3  Met an hini paour n'en doa netra, nemet un dańvadez vihan en doa prenet ha bevet, hag he doa kresket en e di gant e vibien. Debriń a rae eus e voued, evań a rae eus e gib, hag e kouske war e vruched, hag e oa evel ur verc'h evitań.

4  Hag e teuas ur beajour da di an den pinvidik, hag hemań a espernas e ejened hag e zeńved, ha n'aozas ket unan anezho evit ar beajour a oa deuet d'e di. Met kemer a reas dańvadez an den paour, hag ec'h aozas anezhi evit an den a oa deuet d'e di.

5  Neuze fulor David en em danas a-enep an den-se. Hag e lavaras da Natan: An AOTROU a zo bev! An den en deus graet kement-se a zo din a varv.

6  Hag evit un dańvadez, e roio peder, peogwir en deus graet-se ha peogwir eo bet didruez.

7  Neuze e lavaras Natan da Zavid: Te eo an den-se! Evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Da olevet em eus da roue war Israel, ha da zieubet em eus eus dorn Saül,

8  roet em eus zoken dit ti da aotrou, ha gwragez da aotrou war da vruched, hag em eus roet dit ti Israel ha Juda, ha ma vije nebeut, em bije roet dit tra pe dra.

9  Perak eta ec'h eus disprizet komz an AOTROU, en ur ober ar pezh a zisplij dezhań? Skoet ec'h eus gant ar c'hleze Uri an Hitit, kemeret ec'h eus e wreg evit ober anezhi da wreg, e lazhet ec'h eus dre gleze mibien Ammon.

10  Ha bremań ar c'hleze ne bellaio biken diouzh da di, dre ma ec'h eus disprizet ac'hanon, ha ma ec'h eus kemeret gwreg Uri an Hitit evit ma vefe da wreg.

11  Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da lakaat da zont er-maez eus da di da-unan ar gwalleur a-enep dit. Me a gemero da wragez dirak da zaoulagad, hag o roin da unan eus da gerent a gousko gant da wragez dirak an heol.

12  Rak graet ec'h eus e kuzh, met me a raio an dra-mań dirak holl ha dirak an heol.

13  Neuze e lavaras David da Natan: Pec'het em eus dirak an AOTROU! Hag e lavaras Natan da Zavid: An AOTROU en deus pellaet da bec'hed, ne varvi ket,

14  koulskoude, dre ma ec'h eus roet da enebourien an AOTROU lec'h da vallozhiń gant an dra-se, ar mab a zo bet ganet dit a varvo a-dra-sur.

15  Ha Natan a zistroas d'e di. Hag an AOTROU a skoas war ar bugel he doa ganet gwreg Uri da Zavid, hag e teuas da vezań gwall-glańv.

16  David a bedas Doue evit ar bugel, David a yunas, hag ez eas da dremen an noz gourvezet war an douar.

17  Henaourien e di a savas hag a zeuas d'e gavout, evit ober dezhań sevel diwar an douar. Met ne fellas ket dezhań, ha ne zebras ket ganto.

18  Ha d'ar seizhvet deiz e varvas ar bugel, ha servijerien David o doa aon da reiń da c'houzout dezhań e oa marvet ar bugel, rak lavarout a raent: Setu, pa oa ar bugel bev, hon eus komzet outań ha n'en deus ket selaouet ouzh hor mouezh. Penaos eta e lavarimp dezhań ez eo marvet ar bugel? Ober a raio gwashoc'h c'hoazh.

19  Met David a welas e komze goustadik e servijerien, hag e komprenas e oa marv ar bugel. David a lavaras d'e servijerien: Marv eo ar bugel? Hag e respontjont: Marv eo.

20  Neuze David a savas diwar an douar, hag en em walc'has, en em olevas hag e cheńchas e zilhad; hag ez eas e ti an AOTROU, hag e stouas. Goude e tistroas d'e di, hag e c'houlennas boued a voe kinniget dezhań, hag e tebras.

21  E servijerien a lavaras dezhań: Petra eta a rez? Yunet ha gouelet ec'h eus abalamour d'ar bugel pa oa c'hoazh bev, ha pa'z eo marv ar bugel e savez hag e tebrez boued?

22  Hag e lavaras: Pa oa c'hoazh bev ar bugel, yunet ha gouelet em eus, rak lavarout a raen: Piv a oar ha n'en devo ket an AOTROU truez ouzhin, ha ne vevo ket ar bugel?

23  Met bremań pa'z eo marv, perak e yunfen? Hag-eń e c'hellfen ober dezhań distreiń? Me a yelo war e lerc'h, met eń ne zistroio ket etrezek ennon.

24  David a frealzas e wreg Bat-Sheba, hag e teuas d'he c'havout, hag e kouskas ganti. Genel a reas ur mab a voe anvet Salomon. An AOTROU a garas anezhań,

25  hag a gasas ar profed Natan, a roas dezhań an anv a Jedidia (= karet gant an AOTROU), abalamour d'an AOTROU.

26  Ha Joab a rae brezel a-enep Rabba, eus mibien Ammon, hag e tapas ar gźr roueel.

27  Joab a gasas kannaded da Zavid evit lavarout dezhań: Stourmet em eus a-enep Rabba, ha tapet em eus kźr an doureier.

28  Dastum bremań an nemorant eus ar bobl, ha kamp a-enep kźr ha kemer anezhi, gant aon na gemerfen kźr ha na vefe anvet eus va anv.

29  David a zastumas an holl bobl hag a gerzhas a-enep Rabba, hag he filas hag he zapas.

30  Kemer a reas kurunenn o roue diwar e benn, hag e poueze un talant (~ 30 kg) aour, hag e oa enni mein prizius. Lakaet e voe war benn David, a gasas gantań eus kźr un diwisk bras-meurbet.

31  Kas a reas gantań ivez ar bobl a oa enni, hag o lakaas da droc'hań gant heskennoł, ogedoł-houarn ha bouc'hili-houarn, hag e reas dezho labourat d'ar forn-vrikennoł. Ober a reas evel-se da holl gźrioł mibien Ammon, ha David a zistroas da Jeruzalem gant an holl bobl. 

 

Pennad 13

1  Goude kement-se e c'hoarvezas m'en doa Absalom mab David ur c'hoar a oa kaer hag a oa anvet Tamar. Amnon mab David a garas anezhi.

2  Amnon a oa trubuilhet betek bezań klańv en abeg da Damar e c'hoar, hag hi a oa gwerc'h. Hag e seblante re ziaes da Amnon kaout tra ebet diouti.

3  Amnon en doa ur mignon anvet Jonadab mab Shimea, breur David. Ha Jonodab a oa ur paotr fin bras.

4  Lavarout a reas dezhań: Mab roue, perak e treutaez evel-se a zeiz da zeiz? Ha ne zisklźri ket din? Amnon a lavaras dezhań: Karout a ran Tamar c'hoar va breur Absalom.

5  Jonadab a lavaras dezhań: Gourvez war da wele evel ma vefes klańv, ha pa zeuio da dad da welout ac'hanout, e lavari dezhań: Mar plij, ra zeuio va c'hoar Tamar da reiń din da zebriń, ra ficho dirazon ur meuz bennak, evit ma en gwelin ha ma tebrin eus he dorn.

6  Amnon eta a c'hourvezas evel ma vefe klańv, hag ar roue a zeuas d'e welout. Amnon a lavaras d'ar roue: Mar plij, ra zeuio va c'hoar Tamar d'ober din div wastell dirazon, evit ma tebrin anezho eus he dorn.

7  David a gasas da lavarout da Damar en he zi: Kae da di da vreur Amnon, ha fich dezhań un dra bennak da zebriń.

8  Tamar a yeas da di Amnon he breur a oa gourvezet. Kemer a reas toaz hag e veras anezhań, hag e reas dirazań div wastell, hag o lakaas da boazhań.

9  Goude e kemeras ar billig, hag o lakaas dirazań. Met Amnon ne fellas ket dezhań debriń, hag e lavaras: Kasit kuit an holl re a zo em c'hichen. Ha pep hini a yeas kuit.

10  Hag Amnon a lavaras da Damar: Degas din er gambr ar pezh ac'h eus fichet, evit ma en debrin eus da zorn. Tamar a gemeras ar gwastelloł he doa graet, hag o degasas da Amnon he breur er gambr.

11  Hag o c'hinnigas dezhań da zebriń, met eń a grogas enni hag a lavaras dezhi: Deus, kousk ganin, va c'hoar!

12  Hi a respontas dezhań: Nann va breur, na'm gwall ket! Ne vez ket graet-se en Israel. Na ra ket an euzhusted-se.

13  Ha me, da belec'h ez in da gas va dismegańs? Ha te a vo evel un den diskiant en Israel. Bremań eta, mar plij, komz ouzh ar roue, ha ne harzo ket ouzhit da'm c'haout.

14  Met ne fellas ket dezhań selaou outi, hag e voe kreńvoc’h egeti. Hag he gwallas hag e kouskas ganti.

15  Goude Amnon en doe kasoni outi, hag ar gasoni en doe outi a voe brasoc'h eget ar garantez en doa bet eviti. Hag Amnon a lavaras dezhi: Sav ha kae kuit!

16  Hi a lavaras dezhań: Na ra ket din an droug-se da'm c'has kuit, brasoc'h eo eget egile ac'h eus graet din. Met ne fellas ket dezhań selaou outi.

17  Hag e c'halvas ar mevel a servije anezhań hag e lavaras: Ra vo kaset ar vaouez-se pell diouzhin, ra vo lakaet er-maez, ha serr an nor war he lerc'h!

18  Gwisket e oa gant ur sae lieslivek, rak merc'hed gwerc'h ar roue a veze gwisket evel-se. An hini a servije Amnon he lakaas eta er-maez, hag a serras an nor war he lerc'h.

19  Neuze Tamar a gemeras ludu war he fenn, hag a rogas he sae lieslivek a oa warni; lakaat a reas he dorn war he fenn, hag ez eas kuit en ur c'harmiń.

20  He breur Absalom a lavaras dezhi: Daoust hag edo ganit Amnon da vreur? Bremań va c'hoar, ro peoc'h, da vreur eo. Na garg ket da galon gant kement-mań. Evel-se e chomas Tamar glac'haret e ti Absalom he breur.

21  Ar roue David a ouezas an holl draoł-mań, hag e fuloras meurbet.

22  Absalom ne gomze na fall na mat ouzh Amnon, met Absalom a gasae Amnon dre m'en doa gwallet Tamar e c'hoar.

23  Daou vloaz goude, e c'hoarvezas m'en doa Absalom an douzerien e Baal-Hazor, e-kichen Efraim. Hag Absalom a bedas holl vibien ar roue.

24  Absalom a zeuas da gavout ar roue hag a lavaras: Setu, emań an douzerien gant da servijer, da bediń a ran, ra zeuio ar roue gant e servijerien da di da servijer.

25  Met ar roue a lavaras da Absalom: Nann va mab, nann, ned aimp ket holl, gant aon na vevemp ur bec'h dit. Petra bennak ma talc'has start warnań, ne fellas ket dezhań mont. Hag e vennigas anezhań.

26  Absalom a lavaras: Ma ne zeuez ket, mar plij, ra zeuio va breur Amnon ganeomp. Hag ar roue a respontas: Perak ez afe ganit?

27  Met Absalom a zalc'has warnań, hag e lezas Amnon hag holl vibien ar roue da vont gantań.

28  Hag Absalom a roas un urzh d'e servijerien o lavarout: Lakait evezh pa vo seder kalon Amnon gant ar gwin, ha pa lavarin deoc'h, skoit war Amnon, lazhit-eń. N'ho pet ket aon, ha n'eo ket me en gourc'hemenn deoc'h? Bezit kreńv ha kalonek.

29  Servijerien Absalom a reas da Amnon evel m'en doa gourc'hemennet Absalom. Neuze holl vibien ar roue a savas hag a bignas pep hini war e vulez, hag e tec'hjont.

30  Hag evel ma oant war an hent, e teuas betek David ar c'heloł m'en doa Absalom lazhet holl vibien ar roue, ha na oa manet hini anezho.

31  Ar roue a savas, a rogas e zilhad, hag a c'hourvezas war an douar. Hag e holl servijerien ivez en em zalc'he eno gant o dilhad roget.

32  Jonadab mab Shimea, breur David, a gomzas o lavarout: Ra chomo hep lavarout va aotrou eo lazhet an holl dud yaouank, mibien ar roue, rak Amnon hepken a zo marv. Kement-se a oa divizet gant Absalom abaoe an deiz m'en doa Amnon gwallet e c'hoar Tamar.

33  Bremań eta ra chomo ar roue hep kargań re e galon gant kement-mań o lavarout: Holl vibien ar roue a zo marv, rak Amnon hepken a zo marv.

34  Hag Absalom a dec'has kuit. An den yaouank a oa gedour a savas e zaoulagad hag a sellas: setu tud e-leizh a oa o tont war an hent a-dreńv dezhań, war gostez ar menez.

35  Jonadab a lavaras d'ar roue: Setu, dont a ra en-dro mibien ar roue; an dra a zo evel m'en deus lavaret da servijer.

36  Evel ma echue da gomz, e voe gwelet mibien ar roue oc'h erruout, hag e savjont o mouezh hag e c'harmjont. Ar roue ivez hag e holl servijerien a ouelas dourek.

37  Met Absalom a dec'has hag en em dennas da di Talmai mab Amihud, roue Geshur. Ha David a ouele bemdez war e vab.

38  Absalom a dec'has hag a yeas betek Geshur, e-lec'h ma chomas tri bloaz

39  Hag ar roue David a baouezas da redek war-lerc'h Absalom, dre ma oa frealzet eus marv Amnon.

 

Pennad 14

1  Neuze Joab mab Zeruja, o c'houzout e oa douget kalon ar roue etrezek Absalom,

2  a gasas da Dekoa hag a lakaas da zont ac'hane ur vaouez fin bras, hag e lavaras dezhi: Mar plij, en em laka e kańv, gwisk da zilhad kańv, na laka c'hwezh-vad ebet, met bez evel ur vaouez a ouelfe abaoe pell zo war unan marv.

3  Kae da gavout ar roue, ha komz outań en doare-mań. Joab a lakaas en he genoł ar c'homzoł he doa da lavarout.

4  Maouez Tekoa a gomzas eta ouzh ar roue, hag a gouezhas, he dremm d'an douar, a stouas, hag a lavaras: O roue, ro din sikour!

5  Ar roue a lavaras dezhi: Petra ac'h eus? Hag e respontas: Me a zo ur vaouez intańvez, va fried a zo marv.

6  Da servijerez he doa daou vab a zo en em gannet er parkeier, ha ne oa den evit o herzel. Unan en deus skoet war egile hag en deus e lazhet.

7  Ha setu, an holl diegezh a zo savet a-enep da servijerez en ur lavarout: Ro deomp an hini en deus skoet war e vreur, ma lakaimp anezhań d'ar marv en abeg da ene e vreur en deus lazhet, hag e tistrujimp ivez an hźr. Hag e fell dezho mougań ar c'hlaouenn vev a van ganin, evit na chomo gant va fried nag anv na diskennad war an douar.

8  Ar roue a lavaras d'ar vaouez: Kae da'z ti, me a roio urzhioł diwar da benn.

9  Hag ar vaouez eus Tekoa a lavaras d'ar roue: O roue va aotrou, ra vo warnon an direizhder ha war di va zad, ha ra vo ar roue hag e dron didamall!

10  Ar roue a respontas: Degas din an hini a gomzo ez enep, ha biken ne stoko ouzhit a-nevez.

11  Hag hi a lavaras: Me az ped m'en devo ar roue sońj eus an AOTROU e Zoue, evit na vo ket kresket gant ar veńjer-gwad an distruj, ha na vo ket lazhet va mab. Hag e respontas: An AOTROU a zo bev! Ne gouezho ket d'an douar ur vlevenn eus da vab.

12  Ar vaouez a lavaras: Me az ped ma vo lavaret ur ger c'hoazh gant da servijerez d'ar roue va aotrou. Hag e respontas: Komz!

13  Ar vaouez a lavaras: Perak ec'h eus sońjet en un dra evel-se a-enep pobl Doue? Rak o lavarout ar c'homzoł-se, en em zisklźr ar roue kablus, pa ne ra ket gervel an hini en deus kaset kuit.

14  Rak a-dra-sur e varvimp, hag omp heńvel ouzh an doureier a red war an douar ha ne vez ket dastumet. Ha Doue ne lam ket e vuhez digantań, met fellout a ra dezhań tremen hep kas pell dioutań an hini kaset kuit.

15  Bremań, mard on deuet da lavarout an traoł-mań d'ar roue va aotrou, eo ma o deus va spontet ar bobl. Ha da servijerez he deus lavaret: Komz a rin bremań ouzh ar roue; marteze e raio ar roue ar pezh a lavaro dezhań e servijerez.

16  Rak ar roue a selaouo e servijerez evit he dieubiń eus dorn an hini a fell dezhań hol lazhań eus hźrezh Doue, me ha va mab a-gevret.

17  Ha da servijerez he deus lavaret: Ra roio komz ar roue va aotrou diskuizh deomp; rak ar roue va aotrou a zo evel un ael a-berzh Doue evit anavezout ar mad hag ar fall. Ra vo an AOTROU da Zoue ganit!

18  Ar roue a respontas hag a lavaras d'ar vaouez: Na guzh ket ouzhin mar plij ar pezh ez an da c'houlenn diganit. Hag ar vaouez a respontas: Ra gomzo ar roue va aotrou.

19  Ar roue a lavaras: Ha n'eo ket Joab a ra dit ober kement-mań? Ar vaouez a respontas o lavarout: Da ene a zo bev, o roue va aotrou! N'oufen treiń nag a-zehou nag a-gleiz eus kement en deus lavaret ar roue va aotrou. Rak da servijer Joab eo en deus roet urzhioł din, hag en deus lakaet e genoł da servijerez an holl gomzoł-mań.

20  Da servijer Joab eo en deus graet din reiń an doare-mań da'm frezeg. Met va aotrou a zo fur evel un ael a-berzh Doue, evit gouzout kement a c'hoarvez er vro.

21  Neuze e lavaras ar roue da Joab: Setu bremań, te eo ec'h eus renet an afer-mań. Kae eta, ha laka an den yaouank Absalom da zistreiń.

22  Joab a gouezhas, e zremm d'an douar, a stouas, hag a vennigas ar roue. Hag e lavaras Joab: Hiziv e oar da servijer en deus kavet gras dirazout, o roue va aotrou, rak ar roue en deus graet ar pezh a c'houlenne e servijer digantań.

23  Joab a savas eta hag a yeas etrezek Geshur, hag e tegasas Absalom da Jeruzalem.

24  Hag ar roue a lavaras: Ra en em denno d'e di, ha ra chomo hep gwelout va dremm. Hag Absalom en em dennas d'e di hep gwelout dremm ar roue.

25  Ha ne oa den ebet ken kaer hag Absalom en holl Israel, ar pezh a oa brudet bras. Adalek sol e dreid betek lein e benn, e oa dinamm.

26  Pa droc'he e vlev, bep bloaz e troc'he e vlev rak re bounner e oant warnań, pouez blev e benn a oa daou c'hant sikl (~ 2 kg), hervez pouez ar roue.

27  Ganet e voe da Absalom tri mab hag ur verc'h, a voe anvet Tamar, hag a oa ur plac'h kaer-meurbet.

28  Absalom a chomas e Jeruzalem daou vloaz leun, hep gwelout dremm ar roue.

29  Hag Absalom a gasas da c'hervel Joab, evit e gas da gavout ar roue, met eń ne fellas ket dezhań dont. Gervel a reas anezhań c'hazh evit an eil gwech, met ne fellas ket dezhań dont.

30  Neuze e lavaras d'e servijerien: Gwelout a rit park Joab a zo e-kichen va hini. Heiz a zo ennań; kit ha c'hwezhit an tan ennań. Ha servijerien Absalom a lakait an tan er park-se.

31  Neuze Joab a savas hag a zeuas da gavout Absalom, hag e lavaras dezhań: Perak o deus da servijerien lakaet an tan em fark?

32  Absalom a respontas da Joab: Setu, kaset em eus da lavarout dit: Deus amań, ha me az kaso da gavout ar roue evit ma lavari dezhań: Perak ez on distroet eus Geshur? Gwelloc'h e vefe din bezań c'hoazh eno. Bremań eta, ra welin dremm ar roue; ha ma'z eus drougiezh ennon, em lakaio d'ar marv.

33  Joab a zeuas da gavout ar roue hag a lavaras dezhań kement-se. Ar roue a c'halvas Absalom, a zeuas da gavout ar roue, hag a stouas e zremm d'an douar dirak ar roue. Hag ar roue a bokas da Absalom.

 

Pennad 15

1  Goude-se Absalom a bourvezas kirri ha kezeg; hag en doa hanter-kant den a rede a-raok dezhań.

2  Absalom a save mintin mat, hag en em zalc'he e-tal hent an nor. Ma teue un den en deveze un afer bennak hag a yae e barnedigezh dirak ar roue, Absalom a c'halve anezhań hag a lavare dezhań: A betore kźr ez out? Hag e responte: Da servijer a zo eus unan a veuriadoł Israel;

3  hag Absalom a lavare dezhań: Sell, da gaoz a zo mat ha reizh, met n'eus den evit selaou ac'hanout a-berzh ar roue.

4  Absalom a lavare c'hoazh: Perak na'm lakaer ket da varner er vro? Pep den en defe ur breud pe un afer da varn a zeufe da'm c'havout, hag e rofen e wir dezhań.

5  Ha pa dostae unan bennak evit stouiń dirazań, ec'h astenne dezhań e zorn, hag e kemere anezhań hag e poke dezhań.

6  Absalom a rae evel-se da holl re Israel a zeue etrezek ar roue evit bezań barnet. Hag Absalom a c'houneze kalon tud Israel.

7  A-benn daou-ugent vloaz, e lavaras Absalom d'ar roue: Da bediń a ran ma'z in da Hebron, evit seveniń ar gouestl am eus graet d'an AOTROU.

8  Rak pa oa da servijer o chom e Geshur e Siria, e reas ur gouestl o lavarout: Mar laka an AOTROU ac'hanon da zistreiń da Jeruzalem, me a servijo an AOTROU.

9  Ar roue a respontas dezhań: Kae e peoc'h! Sevel a reas eta, hag ez eas da Hebron.

10  Hag Absalom a gasas spierien dre holl veuriadoł Israel evit lavarout: Pa glevot son ar shofar (= trompilh e korn maout), lavarit: Absalom a zo lakaet da roue en Hebron!

11  Gant Absalom e oa aet daou c'hant den eus Jeruzalem, en doa pedet. Aet e oant gant onestiz, hep gouzout netra.

12  E-pag ma kinnige Absalom aberzhoł, e kasas da gerc'hat Akitofel ar Gilonat, kuzulier David, eus e gźr a C'hilo. Hag en em reas eno un irienn c'halloudus, hag ar bobl a yae en ur greskiń e-kichen Absalom.

13  Neuze e teuas ur c'hannad da gavout David, hag e lavaras dezhań: Kalon tud Israel a dro war-zu Absalom.

14  David a lavaras d'e holl servijerien a oa gantań e Jeruzalem: Savit ha tec'homp, rak ne c'hellfemp ket bezań saveteet dirak Absalom. Hastit mont kuit, gant aon na hastfe-eń, na tapfe ac'hanomp, na taolfe ar gwalleur warnomp, ha na skofe war gźr gant troc'h ar c'hleze.

15  Servijerien ar roue a respontas d'ar roue: Da servijerien a zo prest d'ober kement a gavo mat ar roue hon aotrou.

16  Ar roue a yeas kuit, hag e holl di war e lerc'h, met ar roue a lezas dek maouez, eus e serc'hed, evit diwall e di.

17  Ar roue a yeas kuit, hag an holl bobl a yae war e lerc'h, hag ec'h ehanjont en ul lec'h a oa pell.

18  E holl servijerien a gerzhe en e gichen, hag an holl Geretiz, an holl Beletiz hag an holl C'hettiz, c'hwec'h kant den deuet eus Gad war e lerc'h, a gerzhe dirak ar roue.

19  Met ar roue a lavaras da Itai eus Gad: Perak e teufes ivez ganeomp? Distro ha chom gant ar roue, rak un diavaeziad ez out, ha zoken, distro da'z lec'h.

20  Dec'h ez out deuet, hag hiziv e rafen dit mont amań hag ahont ganeomp? Evidon-me ez in el lec'h ma c'hellin; distro ha kas da vreudeur ganit. Ra vo trugarez ha gwirionez ganit!

21  Met Itai a respontas d'ar roue o lavarout: An AOTROU a zo bev, hag ar roue va aotrou a zo bev! El lec'h ma vo ar roue va aotrou, pe evit mervel pe evit bevań, da servijer a vo ivez eno.

22  Neuze David a lavaras da Itai: Deus ha tremen. Hag Itai eus Gad a dremenas, hag e holl dud, hag an holl vugale a oa gantań.

23  An holl vro a ouele gant kriadennoł bras, hag an holl bobl a dremene. Ar roue a dreuzas froud Kedron, hag an holl bobl a dremenas war-zu hent ar gouelec'h.

24  Zadok a oa ivez eno, ha gantań an holl Levited a zouge arc'h emglev Doue. Hag e lakajont eno arc'h Doue. Abiatar a bignas e-pad ma echue an holl bobl da vont er-maez eus kźr.

25  Hag ar roue a lavaras da Zadok: Adkas arc'h Doue e kźr. Mar kavan trugarez dirak an AOTROU, va c'haso en-dro, hag e tiskouezo din anezhi gant he chomlec'h.

26  Mar lavar evel-henn: Ne gavan ket a blijadur ennout! Setu-me amań, e raio ouzhin ar pezh a fello dezhań.

27  Ar roue a lavaras c'hoazh d'an aberzhour Zadok: Gwelout a rez? Distro e peoc'h e kźr, gant Akimaaz da vab ha Jonatan mab Abiatar, ho taou vab ganeoc'h.

28  Sellit, mont a ran da c'hortoz e plaenennoł ar gouelec'h, ken na zeuio din keloł eus ho perzh.

29  Zadok hag Abiatar a zegasas eta arc'h Doue e Jeruzalem, hag e chomjont eno.

30  David a bigne dre grec'hienn an Olived, hag en ur bignat e ouele; e benn a oa goloet, hag e kerzhe diarc'hen. An holl bobl a oa gantań a bigne, goloet ganto o fenn, hag en ur bignat e ouelent.

31  Neuze e voe lavaret ur c'heloł da Zavid: Akitofel a zo e-touez an emsaverien gant Absalom. Ha David a lavaras: Da bediń a ran AOTROU, disc'hra kuzul Akitofel.

32  Pa voe erruet David war al lein, el lec'h ma stouas dirak Doue, setu e teuas d'e gavout Hushai an Arkiad, roget e doneg ha douar war e benn.

33  David a lavaras dezhań: Mar deuez pelloc'h ganin, e vi ur bec'h din.

34  Met mar distroez e kźr, ha ma lavarez da Absalom: Me a zo da servijer, o roue! Servijet em eus da dad abaoe pell, ha bremań e servijin ac'hanout; neuze e tisc’hri em c'heńver kuzul Akitofel.

35  Ha ne vo ket eno ganit an aberzhourien Zadok hag Abiatar? Kement a anavezi eus ti ar roue a lavari d'an aberzhourien Zadok hag Abiatar.

36  Setu emań eno ganto o daou vab, Akimaaz mab Zadok ha Jonatan mab Abiatar. Reiń a reot da c'houzout din drezo kement a anavezot.

37  Evel-se Hushai mignon David a zistroas e kźr. Hag Absalom a zeuas da Jeruzalem.

 

Pennad 16

1  P'en doe tremenet David al lein, setu e teuas d'e gavout Ziba servijer Mefiboshed, gant daou azen sammet, ha warno e oa daou c'hant bara, kant pakad rezin sec'h, kant a frouezh hańv, hag ur sac'h-lźr gwin.

2  Ar roue a lavaras da Ziba: Petra a fell dit ober eus kement-se? Ziba a respontas: An ezen a servijo da jav evit ti ar roue, ar bara hag ar frouezh hańv da zebriń evit an dud yaouank, hag ar gwin da evań evit ar re a vo skuizh er gouelec'h.

3  Hag ar roue a lavaras: Met pelec'h emań mab da vestr? Ha Ziba a respontas d'ar roue: Setu, chomet eo e Jeruzalem, rak lavaret en deus: Hiziv ti Israel a roio en-dro din rouantelezh va zad.

4  Neuze ar roue a lavaras da Ziba: Setu, kement a zo da Vefiboshed a zo dit. Ziba a lavaras: Stouiń a ran! Ra gavin trugarez dirak da zaoulagad, o roue va aotrou!

5  Ar roue David a yeas betek Bakurim. Ha setu e teuas un den ac'hane, eus tiegezh Saül, anvet Shimei mab Gera. Dont a reas er-maez en ur vallozhiń,

6  hag e stlape mein a-enep David, a-enep holl servijerien ar roue David, a-enep an holl bobl, hag a-enep an holl dud kreńv a oa a-zehoł hag a-gleiz d'ar roue.

7  Ha Shimei a gomze evel-henn ouzh e villigań: Kae er-maez, kae er-maez, den a wad, den fall!

8  An AOTROU a laka da adkouezhań warnout holl wad ti Saül, ma renez en e lec'h. An AOTROU en deus lakaet ar rouantelezh etre daouarn da vab Absalom, ha setu ez out er gwalleur, dre ma'z out bet un den a wad.

9  Neuze Abishai mab Zeruja a lavaras d'ar roue: Perak e villigfe ar c'hi marv-se ar roue va aotrou? Va lez da vont a-raok, evit lemel e benn digantań.

10  Met ar roue a respontas: Petra am eus d'ober ganeoc'h, mibien Zeruja? Ra villigo, rak an AOTROU eo, en deus lavaret dezhań: Millig David. Piv eta a lavaro: Perak e rez evel-se?

11  David a lavaras da Abishai ha d'e holl servijerien: Setu, va mab va-unan, an hini a zo deuet eus va c'horf, a glask va buhez. Pegement muioc'h bremań ar Benjaminad-se! Lezit-eń ha ra villigo, rak an AOTROU en deus lavaret dezhań.

12  Marteze e sello an AOTROU ouzh va glac'har, hag e roio an AOTROU vad din e-lec'h ar mallozhioł a hiziv.

13  David hag e dud a gendalc'he gant o hent, ha Shimei a gerzhe a-hed ar menez a-gostez da Zavid, hag e ur gerzhout e villige hag e stlape mein a-enep dezhań hag e save poultr.

14  Evel-se ar roue David hag an holl bobl a oa gantań a zeuas da vezań skuizh, hag eno ec'h ehanjont.

15  Absalom hag an holl bobl, tud Israel, a yeas e Jeruzalem, hag Akitofel a oa gantań.

16  Pa voe erruet Hushai an Arkiad, mignon David, da gavout Absalom, Hushai a lavaras da Absalom: Ra vevo ar roue! Ra vevo ar roue!

17  Absalom a lavaras da Hushai: Honnezh eo ar garantez ac'h eus evit da vignon? Perak n'out ket aet gant da vignon?

18  Hag Hushai a respontas da Absalom: Nann, met e vin d'an hini a zo bet dibabet gant an AOTROU, gant ar bobl-mań, ha gant holl dud Israel; hag e chomin gantań.

19  Hag a-hend-all, piv a servijen? Ha ne vefe ket e vab? Me a vo da servijer evel ma'z on bet servijer da dad.

20  Absalom a lavaras da Akitofel: Goulennit kuzul etrezoc'h war ar pezh hon eus d'ober.

21  Akitofel a lavaras da Absalom: Kae etrezek serc'hed da dad, en deus lezet evit diwall an ti. Pa ouezo holl Israel ez out en em lakaet kasaus da'z tad, daouarn an holl re a zo ganit a vo kennerzhet.

22  Savet e voe eta un deltenn evit Absalom war doenn an ti, hag Absalom a yeas etrezek serc'hed e dad, dirak holl Israel.

23  En amzer-se ur c'huzul roet gant Akitofel a oa ken prizius ha ma vije ur c'huzul a-berzh Doue. Evel-se e oa talvoudegezh kuzulioł Akitofel, ken evit David, ken evit Absalom.

 

Pennad 17

1  Goude-se e lavaras Akitofel da Absalom: Dibab a rin bremań daouzek mil den, hag e savin, hag e redin war-lerc'h David en noz-mań.

2  Hag en em daolin warnań e-pad ma'z eo skuizh ha ma'z eo dinerzhet e zaouarn, hag e spouronin anezhań, e doare ma tec'ho an holl bobl a zo gantań. Hag e skoin war ar roue hepken.

3  Hag e lakain an holl bobl da zistreiń ouzhit: an den a glaskez a dalvez kement ha distro an holl ouzhit, hag evel-se an holl bobl a vo e peoc'h.

4  Ar c'huzul-se a oa kavet mat gant Absalom ha gant holl henaourien Israel.

5  Met Absalom a lavaras: Ra vo galvet ivez Hushai an Arkiad, ma klevimp ar pezh a lavaro, eń ivez.

6  Hushai a zeuas da gavout Absalom, hag Absalom a gomzas outań o lavarout: Roet en deus Akitofel un hevelep kuzul. Ha graet e vo ar pezh en deus lavaret pe nann? Komz-te.

7  Hushai a lavaras da Absalom: Ar c'huzul en deus roet Akitofel ar wech-mań n'eo ket mat.

8  Hag Hushai a lavaras: Anavezout a rez da dad hag e dud, tud kadarn ez int, o c'halon a zo c'hwerv, evel un arzhez a vefe kemeret he reoł vihan diganti er parkeier. Ha da dad a zo un den a vrezel na dremeno ket an noz gant ar bobl.

9  Setu emań bremań kuzhet en ur poull bennak pe en ul lec'h all. Mar c’hoarvezfe e vefemp pilet ganto er penn kentań, kement hini henn klevo a lavaro: Ar bobl aet war-lerc'h Absalom a zo bet pilet.

10  Hag an hini kadarnań, p'en defe ur galon evel kalon ul leon, a deuzo, rak holl Israel a oar ez eo da dad un den kreńv, hag ez eo tud kadarn ar re a zo gantań.

11  Aliań a ran neuze ma vefe dastumet holl Israel en-dro dit, adalek Dan betek Beer-Sheba, ken niverus hag an traezh a zo war vord ar mor, ha ma'z afes-te da-unan d'an emgann.

12  Ni a erruo warnań el lec'h bennak ma vo, hag en em daolimp warnań evel ma kouezh ar glizh war an douar. Hag eus an holl dud a zo gantań, ne vano hini ebet.

13  Mar en em denn en ur gźr bennak, holl Israel a zougo kerdin etrezek ar gźr-se, hag he stlejimp betek ar froud, e doare ma ne vo ket kavet zoken ur maen bihan anezhi.

14  Absalom hag holl dud Israel a lavaras: Kuzul Hushai an Arkiad a zo gwelloc'h eget kuzul Akitofel. Rak an AOTROU en doa divizet lakaat da gouezhań kuzul Akitofel, hag a oa mat, evit ma teuio an droug war Absalom.

15  Neuze Hushai a lavaras d'an aberzhourien Zadok hag Abiatar: Akitofel en deus roet ar c'huzul-mań-kuzul da Absalom ha da henaourien Israel, me am eus roet ar c'huzul-mań-kuzul.

16  Bremań eta kasit buan ha roit da c'houzout da Zavid, ha lavarit dezhań: Na chom ket da noz e plaenennoł ar gouelec'h, met kae muioc'h a-raok, gant aon na vefe lonket ar roue hag an holl bobl a zo gantań.

17  Jonatan hag Akimaaz en em zalc'he en En-Rogel, hag ur vatezh a zeuas da lavarout dezho mont da gomz ouzh ar roue David. Rak eno ne c'hellent ket en em ziskouez en ur vont e kźr.

18  Met ur paotr a welas anezho hag a lavaras da Absalom. Hag ez ejont o-daou buan, hag e teujont da Vakurim, da di un den en doa ur puńs en e borzh, hag e tiskennjont e-barzh.

19  Ar wreg a gemeras ur c'holoenn, a astennas war c'horre ar puńs, hag e skuilhas greun pilet eno, e doare ma ne ouied netra.

20  Servijerien Absalom a zeuas da gavout ar wreg-mań en ti hag a lavaras dezhi: Pelec'h emań Akimaaz ha Jonatan? Ar vaouez a respontas: Tremenet o deus ar wazh-dour. O vezań o c'hlasket hep o c'havout, e tistrojont da Jeruzalem.

21  Goude ma voent aet kuit, Akimaaz ha Jonatan a bignas eus ar puńs hag a yeas kuit, hag e rojont da c'houzout d'ar roue David o lavarout: Savit hag hastit tremen an dour, rak Akitofel en deus roet ar c'huzul-mań-kuzul en hoc'h enep.

22  Neuze David hag an holl bobl a oa gantań a savas hag a dremenas ar Jordan. Ha da c'houloł-deiz ne vane hini ebet ha n'en doa ket tremenet ar Jordan.

23  Akitofel, o welout ne oa ket graet ar pezh en doa aliet, a zibras e azenn, a savas hag a yeas d'e di en e gźr. Goude m'en doe lakaet urzh en e di, en em grougas hag e varvas. Hag e voe sebeliet e bez e dad.

24  David en em gavas e Mahanaim, hag Absalom a dremenas ar Jordan, eń hag holl dud Israel gantań.

25  Absalom a lakaas Amasa da benn an arme e-lec'h Joab. Amasa a oa mab d'un den anvet Jitra an Israelad, a oa aet da gavout Abigail merc'h Nakash, c'hoar Zeruja, mamm Joab.

26  Hag Israel hag Absalom a gampas e bro Galaad.

27  Pa voe erruet David e Mahanaim, Shobi mab Nakash eus Rabba eus mibien Ammon, Makir mab Amiel eus Lodebar, ha Barzilhai ar Galaadad eus Rogelim,

28  a zegasas gweleoł, kibelloł, listri douar, gwinizh, heiz, bleud, greun rostet, fav, piz-rous, boued all rostet,

29  mel, amann, deńved, fourmaj saout, da Zavid ha d'ar bobl a oa gantań, evit debriń. Rak lavarout a raent: An dud-mań o deus naon, skuizh ez int ha sec'hed o deus er gouelec'h-se.

 

Pennad 18

1  David a niveras ar bobl a oa gantań hag a lakaas warno pennoł a vilieroł ha pennoł a gantoł.

2  David a gasas ar bobl, un drederenn dindan dorn Joab, un drederenn dindan dorn Abishai mab Zeruja ha breur Joab, hag un drederenn dindan dorn Ittai eus Gad. Hag ar roue a lavaras d'ar bobl: Me ivez a fell din mont ganeoc'h.

3  Met ar bobl a lavaras dezhań: Ned i ket er-maez! Rak mar befemp lakaet da dec'hout, ne daolint ket evezh ouzhimp, ha pa varvfe an hanter ac'hanomp, ne daolint ket evezh ouzhimp, met te a dalvez kement ha dek mil ac'hanomp. Bremań eta e vefe gwelloc'h dit bezań e kźr evit hor skoazellań.

4  Ar roue a lavaras dezho: Ar pezh a gavot mat, me a raio. Ar roue en em zalc'has eta e-kichen an nor, hag an holl bobl a yeas dre gantoł ha dre vilieroł.

5  Hag ar roue a roas urzhioł da Joab, da Abishai ha da Ittai o lavarout: Espernit din an den yaouank Absalom. An holl bobl a glevas ar pezh en doa gourc'hemennet ar roue d'an holl bennoł diwar-benn Absalom.

6  Evel-se ar bobl a yeas er-maez en arbenn da Israel; an emgann a c'hoarvezas e koadeg Efraim.

7  Eno pobl Israel a voe pilet gant servijerien David, hag e voe en deiz-se, el lec'h-se, ul lazhadeg vras a ugent mil den.

8  An emgann en em astennas dre an holl vro, hag en deiz-se ar goadeg a zebras muioc'h a dud eget na zebras ar c'hleze.

9  Hag Absalom en em gavas dirak servijerien David. Absalom a yae war ur mul, hag ar mul o vezań aet dindan skourroł gweet un dervenn vras, e benn a voe kroget e skourroł an dervenn; chom a reas etre an neńv hag an douar, hag ar mul a oa dindanań a yeas kuit.

10  Un den a welas kement-se hag a gomzas ouzh Joab o lavarout: Setu em eus gwelet Absalom ispilhet ouzh un dervenn.

11  Joab a respontas d'an hini a gomze outań: Petra! E welet ec'h eus? Perak ne'c'h eus ket e ziskaret eno d'an douar? Roet em bije dit dek pezh arc'hant hag ur gouriz.

12  Met an den-se a lavaras da Joab: Pa bouezfen e-barzh va dorn mil pezh arc'hant, ne lakafen ket va dorn war mab ar roue, rak klevet hon eus ar pezh en deus gourc’hemennet ar roue, dit, da Abishai ha da Ittai, o lavarout: Taolit evezh pep hini ac'hanoc'h d'an den yaouank Absalom.

13  Anez em befe graet ul laoskoni, war var va buhez, rak netra n'eo kuzhet ouzh ar roue, ha te da-unan az pefe en em lakaet em enep.

14  Joab a lavaras: Ne c'hortozin ket keit-se dirazout! Hag e kemeras tri dared en e zorn, hag o sankas e kalon Absalom a oa c'hoazh bev e-kreiz an dervenn.

15  Ha dek den yaouank hag a zouge armoł Joab, a zeuas en-dro da Absalom hag a skoas gantań, hag en lazhas.

16  Neuze Joab a reas seniń er shofar, hag ar bobl a zistroas a redek war-lerc'h Israel, rak Joab a harzas ar bobl.

17  Kemer a rejont Absalom, hag en taoljont er goadeg en un toull bras, hag e lakajont warnań ur bern mein bras-meurbet. Holl Israel a dec'has, pep hini d'e deltenn.

18  Absalom en doa graet sevel, pa oa bev, ur peul, a zo e traonienn ar roue, rak lavarout a rae: Ne'm eus mab ebet evit kenderc'hel an eńvor eus va anv, hag ec'h anvas ar peul-se dre e anv, ha betek hiziv e vez anvet maen-eńvor Absalom.

19  Akimaaz mab Zadok a lavaras: Va lez da redek da gas ar c'heloł mat-se d'ar roue: en deus roet an AOTROU e wir dezhań diouzh dorn e enebourien.

20  Joab a lavaras dezhań: Ne vi ket hiziv douger a geloł mat, kas a ri ar c'heloł un devezh all, rak hiziv ne gasi ket ur c'heloł mat, pa'z eo marvet mab ar roue.

21  Ha Joab a lavaras da Gushi: Kae ha lavar d'ar roue ar pezh ac'h eus gwelet. Kushi a stouas dirak Joab, hag e redas.

22  Akimaaz mab Zadok a lavaras c'hoazh da Joab: Petra bennak ma errufe, va lez da redek war-lerc'h Kushi. Joab a lavaras dezhań: Perak e fell dit redek, va mab, pa'z eo gwir ne'c'h eus ket keloł mat da gas?

23  N'eus forzh, fellout a ra din redek! Neuze Joab a lavaras dezhań: Red! Hag e redas Akimaaz dre hent ar blaenenn, hag e tremenas Kushi.

24  Azezet e oa David etre an div zor, hag ar gedour a yae war doenn an nor, war-zu ar voger, hag o sevel e zaoulagad, e sellas: setu un den a rede e-unan.

25  Ar gedour a grias hag a roas da c'houzout-se d'ar roue. Ar roue a lavaras: Mard emań e-unan, e tegas keloł mat. Hag an den a zeue bepred o tostaat.

26  Goude e welas ar gedour un den all a rede, hag e krias d'ar porzhier o lavarout: Setu un den a red e-unan. Ar roue a lavaras: Degas a ra ivez keloł mat.

27  Ar gedour a lavaras: Seblantout a ra din, o welout an hini kentań o redek, e red evel Akimaaz mab Zadok. Ar roue a lavaras: Un den mat eo, dont a ra gant keloł mat.

28  Neuze Akimaaz a grias hag a lavaras d'ar roue: Mont a ra mat pep tra! Hag e stouas dirak ar roue, e zremm d'an douar, hag e lavaras: Benniget ra vo an AOTROU da Zoue, en deus paket an dud o doa savet o dorn a-enep ar roue va aotrou.

29  Met ar roue a lavaras: An den yaouank Absalom, ha yac'h eo? Akimaaz a respontas: Gwelet em eus ur c'hemmesk bras p'en deus Joab kaset servijer ar roue ha me da servijer; n'ouzon ket petra 'oa.

30  Ar roue a lavaras: Chom aze a-gostez! Hag en em lakaas a-gostez hag en em zalc'has eno.

31  Neuze Kushi a erruas hag a lavaras: Ra en devo ar roue va aotrou ar c'heloł mat-mań: An AOTROU en deus roet da wir dit hiziv diouzh dorn an holl re a zo en em savet ez enep.

32  Ar roue a lavaras da Gushi: An den yaouank Absalom, ha yac'h eo? Kushi a respontas: Ra vo enebourien ar roue va aotrou hag an holl re a zo en em savet ez enep evit ober dit poan, evel an den yaouank-se.

33  Neuze ar roue a voe glac'haret; pignat a reas d'ar gambr uhel a-us d'an nor, hag e ouele, hag en ur gerzhout e lavare: Va mab Absalom! Va mab! Va mab Absalom! Perak n'on ket marvet va-unan ez lec'h! Va mab Absalom! Va mab!

 

Pennad 19

1  Hag e voe lavaret da Joab: Setu ar roue a ouel hag a ra kańv war Absalom.

2  Evel-se an trec'h a voe troet e kańv en deiz-se evit an holl bobl, dre m'o doa klevet an dud lavarout en deiz-se: Ar roue a zo gwall c'hlac'haret abalamour d'e vab.

3  Ar bobl a zistroas e kźr en deiz-se dre laer, evel ma vefe ar bobl mezhek da vezań tec'het en emgann.

4  Ar roue en doa goloet e zremm, hag ar roue a grie a vouezh uhel: Va mab Absalom! Absalom va mab! Va mab!

5  Neuze Joab a yeas da gavout ar roue en ti hag a lavaras: Goloet ec'h eus a vezh hiziv dremm da holl servijerien, ar re o deus saveteet hiziv da vuhez, ha buhez da vibien ha da verc'hed, ha buhez da wragez, ha buhez da serc'hed.

6  Karout a rez ar re a gasa ac'hanout, hag e kasaez ar re az kar, rak diskouezet ec'h eus hiziv penaos da bennoł ha da servijerien n'int netra dit. Gouzout a ran hiziv penaos ma vije bev Absalom ha ma vijemp marv ni holl, kement-se a vije plijusoc'h ouzh da zaoulagad.

7  Bremań eta, sav, kae er-maez, komz ouzh kalon da servijerien, rak me a dou dre an AOTROU, ma ned ez ket er-maez, ne chomo ket unan ganit en nozvezh-mań. Hag an droug-se a vo gwashoc'h dit eget an holl re a zo en em gavet ganit adalek da yaouankiz betek bremań.

8  Neuze ar roue a savas hag a azezas e-tal an nor. Roet e voe ar c'heloł d'an holl bobl o lavarout: Setu emań azezet ar roue e-tal an nor. An holl bobl a zeuas dirak ar roue. Met Israel a oa tec'het pep hini d'e deltenn.

9  Hag an holl bobl a dabute en holl veuriadoł Israel o lavarout: Ar roue en deus hon dieubet eus dorn hon enebourien hag hon saveteet eus dorn ar Filistined, ha bremań ez eo tec'het kuit eus ar vro en abeg da Absalom.

10  Hag Absalom, eń hag hon doa olevet warnomp a zo marvet en emgann. Bremań eta perak ne gomzit ket eus adkerc'hat ar roue?

11  Ar roue David a gasas da lavarout d'an aberzhourien Zadok hag Abiatar: Komzit ouzh henaourien Juda ha lavarit dezho: Perak e vefec'h ar re ziwezhań o tegas en-dro ar roue d'e di? Rak ar c'homzoł a lavare holl Israel a oa deuet betek ar roue en e di.

12  C'hwi eo va breudeur, va eskern ha va c'hig; perak e vefec'h ar re ziwezhań o tegas en-dro ar roue?

13  Lavarit ivez da Amasa: Ha n'out ket va eskern ha va c'hig? Ra raio Doue din hervez an diwezhań rustoni ma ne lakaan ket ac'hanout, da viken, penn-bras an arme e-lec'h Joab!

14  Evel-se e plegas o c'halon da holl dud Juda, evel pa ne vijent nemet un den hepken, hag e kasjont da lavarout d'ar roue: Deus en-dro gant da holl servijerien.

15  Ar roue a zistroas eta hag a zeuas d'ar Jordan. Juda a zeuas da C'hilgal evit mont en arbenn d'ar roue, hag evit e lakaat da dremen ar Jordan.

16  Shimei mab Gera, Benjaminad eus Bakurim, a hastas diskenn gant tud Juda en arbenn d'ar roue David.

17  Gantań e oa mil den eus Benjamin, ha Ziba, servijer eus ti Saül, gant e bemzek mab hag e ugent servijer. Hag e tremenjont ar Jordan a-raok ar roue.

18  Ur vag a dremenas ivez evit dougen tiegezh ar roue hag evit ober evel ma plijfe dezhań. Neuze Shimei mab Gera en em daolas d'an douar dirak ar roue, evel ma tremene ar Jordan.

19  Lavarout a reas d'ar roue: Ra chomo va aotrou hep tamall va direizhder din, hag hep kaout sońj eus ar pezh en deus graet da servijer gant drougiezh, en deiz ma'z ae kuit ar roue va aotrou eus Jeruzalem, ra chomo ar roue hep kemer-se en e galon.

20  Rak da servijer a oar en deus pec'het. Ha setu ez on deuet hiziv, an hini kentań eus holl di Jozef, evit diskenn en arbenn d'ar roue va aotrou.

21  Abishai mab Zeruja a respontas o lavarout: Hag evit-se ne vo ket lakaet d'ar marv Shimei, p'en deus milliget olevad an AOTROU?

22  Ha David a lavaras: Petra am eus d'ober ganeoc'h mibien Zeruja, pa'z oc'h hiziv va enebourien? Hag e lakain d'ar marv unan bennak hiziv en Israel? Daoust ha n'ouzon ket e teuan hiziv da vezań roue war Israel?

23  Ar roue a lavaras da Shimei: Ne varvi ket! Hag ar roue a douas kement-se dezhań.

24  Ha Mefiboshed mab Saül a ziskennas en arbenn d'ar roue. N'en doa ket graet war-dro e dreid na war-dro e varv, ha n'en doa ket gwalc'het e zilhad, abaoe an deiz ma oa aet kuit ar roue betek ma tistroas e peoc'h.

25  Pa voe deuet da Jeruzalem en arbenn d'ar roue, e lavaras ar roue dezhań: Perak ne oas ket deuet ganin Mefiboshed?

26  Respont a reas: O roue va aotrou, va servijer en deus va zouellet, rak da servijer en doa lavaret: Ober a rin dibrań va azen, hag e pignin warnań hag ez in da gavout ar roue, dre ma'z eo kamm da servijer.

27  Ha droukkomzet en deus eus da servijer dirak ar roue va aotrou. Met ar roue va aotrou a zo evel un ael a-berzh Doue. Gra ar pezh a gavi mat.

28  Petra bennak ma n'eo an holl re eus ti va zad nemet tud dellezek a varv a-berzh ar roue va aotrou, koulskoude ec'h eus lakaet da servijer e-touez ar re a zebre ouzh da daol. Peseurt droed em befe c'hoazh da glemm e-kichen ar roue?

29  Ar roue a lavaras dezhań: Perak an holl gomzoł-se? E lavaret em eus: Te ha Ziba, lodennit an douaroł etrezoc'h.

30  Mefiboshed a respontas d'ar roue: Ra gemero zoken holl, pa'z eo distroet ar roue va aotrou e peoc'h d'e di.

31  Barzilhai eus Galaad a ziskennas ivez eus Rogelim hag a dremenas ar Jordan gant ar roue, evit mont gantań en tu all d'ar Jordan.

32  Barzilhai a oa kozh-meurbet, oadet a bevar-ugent vloaz. Pourvezet en doa boued d'ar roue pa oa o chom e Mahanaim, rak un den pinvidik-tre e oa.

33  Ar roue a lavaras da Varzilhai: Tremen pelloc'h ganin, hag e kendalc'hin ac'hanout ganin e Jeruzalem.

34  Met Barzilhai a respontas d'ar roue: Pet bloavezh am eus da vevań, ma pignfen gant ar roue da Jeruzalem?

35  Oadet on hiziv a bevar-ugent vloaz. Ha gellout a c'hellfen disheńvelaat ar mad diouzh an droug? Da servijer, ha blasaat a rafe ar pezh a zebrfe hag a evfe? Ha gellout a c'hellfen c'hoazh klevout mouezh ar ganerien hag ar c'hanerezed? Perak e vefe c'hoazh da servijer ur bec'h evit ar roue va aotrou?

36  Da servijer a yelo un tammig en tu all d'ar Jordan gant ar roue, met perak e fellfe d'ar roue reiń din un hevelep gopr?

37  Mar plij, ra zistroio da servijer, ha ra varvin em c'hźr, tost ouzh bez va zad ha va mamm. Met setu, da servijer Kimham a dremeno gant ar roue va aotrou; gra evitań ar pezh a gavi mat.

38  Ar roue a lavaras: Ra dremeno Kimham ganin, hag e rin evitań kement a gavi mat, rak kement a fello dit kaout diganin, me en roio dit.

39  An holl bobl a dremenas ar Jordan, hag ar roue ivez a dremenas. Goude ar roue a bokas da Varzilhai hag en bennigas, hag e tistroas d'e di.

40  Ac'hane ez eas ar roue da C'hilgal, ha Kimham a yeas gantań. Evel-se holl bobl Juda hag un hanter zoken eus pobl Israel a yeas gant ar roue.

41  Met setu holl dud Israel a zeuas da gavout ar roue hag a lavaras dezhań: Perak o deus da skrapet hor breudeur tud Juda? Perak o deus lakaet da dremen ar Jordan ar roue, e diegezh, hag holl dud David gantań?

42  Holl dud Juda a respontas da dud Israel: Dre ma'z eo ar roue tostoc'h ouzhimp; perak e kounnarit eus an dra-se? Ha debret hon eus un dra bennak diwar ar roue? Ha bet hon eus ur prof bennak?

43  Tud Israel a respontas da dud Juda hag a lavaras: Dek lodenn hon eus gant ar roue, hag ez omp evit David muioc'h egedoc'h. Perak eta hoc'h eus hon disprizet? Ha n'omp ket bet ar re gentań da gomz eus lakaat hor roue da zistreiń? Met tud Juda a gomzas garvoc'h eget tud Israel.

 

Pennad 20

1  Neuze en em gavas eno un den drouk anvet Sheba mab Bikri, ur Benjaminad, a sonas er shofar hag a lavaras: Ni n'hon eus lod ebet gant David, nag a hźrezh gant mab Jese. Israel, pep hini d'e deltennoł!

2  Hag holl dud Israel a bellaas diouzh David hag a yeas war-lerc'h Sheba mab Bikri. Met tud Juda en em stagas ouzh o roue, adalek ar Jordan betek Jeruzalem.

3  Pa en em gavas David en e di e Jeruzalem, e kemeras an dek serc'h en doa lezet evit diwall e di, hag o lakaas en ul lec'h evezhiet. Pourvezań a reas d'o ezhommoł eno, met n'eas ket d'o c'havout. Evel-se e voent serret betek deiz o marv, o vevań evel intańvezed.

4  Hag ar roue a lavaras da Amasa: Dastum din tud Juda a-benn tri devezh, ha te en em gav amań.

5  Amasa a yeas eta evit dastum re Juda, met daleań a reas pelloc'h eget an amzer merket dezhań.

6  David a lavaras da Abishai: Bremań Sheba mab Bikri a vo gwashoc'h evidomp eget Absalom. Kemer servijerien da aotrou ha red war e lerc'h, gant aon na gavfe kźrioł kreńv ha n'en em dennfe eus hon daoulagad.

7  Evel-se tud Joab a yeas war e lerc'h, gant ar Geretiz hag ar Beletiz, hag an holl dud kadarn. Mont a rejont eus Jeruzalem evit redek war-lerc'h Sheba mab Bikri.

8  Evel ma oant e-kichen ar maen bras a zo e Gabaon, Amasa a zeuas a-raok dezho. Joab en doa gwisket e doneg evel dilhad, ha warni e oa gouriz e gleze, stag war e groazell en e c'houin. Ha pa'z eas a-raok e kouezhas ar c'hleze.

9  Joab a lavaras da Amasa: Ha yac'h out, va breur? Ha Joab a grogas gant e zorn dehou e barv Amasa, evit pokat dezhań.

10  Amasa ne daole ket evezh ouzh ar c'hleze a oa e dorn Joab. Hemań a roas un taol gantań en e gof, hag e skuilhas e vouzelloł d'an douar, hep skeiń warnań un eil gwech. Hag e varvas. Ha Joab hag Abishai e vreur a redas war-lerc'h Sheba mab Bikri.

11  Unan eus servijerien Joab en em zalc'has e-kichen Amasa en ur lavarout: An hini a gar Joab hag an hini a zo evit David, ra yelo war-lerc'h Joab!

12  Amasa a oa ruilhet en e wad e-kreiz an hent, hag an den-mań, o welout an holl bobl oc'h en em zerc'hel eno, a vountas Amasa er-maez eus an hent d'ur park, hag e taolas warnań ur vantell, peogwir e wele en em zerc'hel eno an holl re a dremene.

13  Pa voe lamet diwar an hent, pep hini a yeas e-bioł war-lerc'h Joab, evit redek war-lerc'h Sheba mab Bikri.

14  Tremen a reas dre holl veuriadoł Israel betek Abel-Bed-Maaka, gant an holl Veriiz a oa en em zastumet hag a yae war e lerc'h.

15  Tud Joab a zeuas hag a sezizas Sheba en Abel-Bed-Maaka, hag e savjont a-enep kźr ur c'hae a dape ar voger. An holl bobl a oa gant Joab a doulle ar voger hag he lakae da gouezhań.

16  Neuze ur vaouez poellek eus kźr a grias: Selaouit! Selaouit! Lavarit mar plij da Joab: Tosta betek amań, ma komzin ouzhit.

17  Pa voe tostaet outi, ar vaouez a lavaras: Ha te eo Joab? Respont a reas: Me eo. Hi a lavaras dezhań: Selaou komzoł da servijerez. Respont a reas: Me a selaou.

18  Komz a reas eta o lavarout: Gwechall e veze lavaret alies: Ret eo mont da c'houlenn ali digant Abel, hag a dra a veze graet.

19  Me a zo peoc'hus ha feal en Israel: fellout a ra dit distrujań ur gźr a zo ur vamm en Israel. Perak e tiskarfes hźrezh an AOTROU?

20  Joab a respontas o lavarout: Pell diouzhin kaout sońj da ziskar pe da zismantrań!

21  An dra n'eo ket evel-se. Met un den eus menez Efraim anvet Sheba mab Bikri, en deus savet e zorn a-enep ar roue David. Roit-eń din hepken, hag e pellain diouzh kźr. Ar vaouez a lavaras da Joab, setu e benn a vo taolet dit dreist ar voger.

22  Ar vaouez a zeuas da gavout an holl bobl hag a gomzas outo gant furnez. Hag e troc'hjont e benn da Sheba mab Bikri hag en taoljont da Joab. Neuze e sonas er shofar, hag ar bobl en em dennas a-zirak kźr, pep hini d'e deltenn. Joab a zistroas da gavout ar roue da Jeruzalem.

23  Joab a oa penn holl arme Israel, Benaja mab Jehojada a oa penn ar Geretiz hag ar Beletiz,

24  Adoram a oa mestr an tailhoł, Jozafad mab Akilud a oa teuliour,

25  Sheja a oa skrib, Zadok hag Abiatar a oa aberzhourien,

26  hag Ira eus Jair a oa aberzhour David.

 

Pennad 21

1  Bez' e voe en amzer David un naonegezh a badas tri bloaz lerc'h-ha-lerc'h. David a glaskas dremm an AOTROU, hag an AOTROU a respontas: En abeg da Saül ha d'e di gwadsec'hedik eo, dre m'en deus lakaet d'ar marv tud Gabaon.

2  Ar roue a c'halvas ar C'habaoniz evit komz outo. Met ar C'habaoniz ne oant ket eus mibien Israel, un nemorant eus an Amoreaned e oant, ha mibien Israel a oa en em ereet en o c'heńver dre le. Koulskoude Saül a glaskas o lakaat da vervel en abeg d'e c'hred evit mibien Israel ha Juda.

3  David a lavaras d'ar C'habaoniz: Petra a rin evidoc'h? Gant petra e rin an dic'haou, evit ma vennigot hźrezh an AOTROU?

4  Ar C'habaoniz a respontas dezhań: N'eus anv ebet a arc'hant hag a aour gant Saül ha gant e di, ha n'eo ket deomp da lakaat den d'ar marv en Israel. Hag e lavaras: Petra a c'houlennit e rafen evidoc'h?

5  Hag e respontjont d'ar roue: Diwar-benn an den-se en deus hon distrujet, hag en deus ijinet hon distrujań ken na chomje hini ac'hanomp e korn-bro ebet eus Israel,

6  ra vo roet deomp seizh den eus e vibien, hag o c'hrougimp dirak an AOTROU war grec'hienn Saül, an hini dibabet gant an AOTROU. Ar roue a lavaras: Me o roio.

7  Ar roue a espernas Mefiboshed mab Jonatan, mab Saül, en abeg d'al le o doa graet etrezo dirak an AOTROU, David ha Jonatan mab Saül.

8  Met ar roue a gemeras daou vab Rizpa merc'h Aya, he doa ganet da Saül, Armoni ha Mefiboshed, ha pemp mab Mikal merc'h Saül, he doa ganet da Adriel mab Barzilhai eus Mehola.

9  Hag e roas anezho etre daouarn ar C'habaoniz, hag e voent krouget ganto war ar menez dirak an AOTROU. Ar seizh-se a voe lazhet a-gevret; lakaet e voent d'ar marv en deizioł kentań an eost, e penn-kentań eost an heiz.

10  Neuze Rizpa merc'h Aya a gemeras ur sac'h a astennas eviti war ar roc'h, abaoe penn-kentań an eost betek ma kouezhas glav an neńv warno. Ha ne lezas ket laboused an neńv da ehanań warno war an deiz na loened ar parkeier d'an noz.

11  Lavaret e voe da Zavid ar pezh a rae Rizpa merc'h Aya, serc'h Saül.

12  David a yeas hag a gemeras eskern Saül hag eskern Jonatan e vab digant tud Jabez Galaad, o doa o c'hemeret eus leur Bet-Shan, e-lec'h m'o doa ar Filistined o divilhet, en deiz m'o doa pilet ar Filistiz Saül e Gilboa.

13  Kas a reas gantań ac'hane eskern Saül hag eskern Jonatan e vab. Hag e voe dastumet ivez eskern ar re a voe bet krouget.

14  Sebeliet e voent gant eskern Saül ha Jonatan e vab, e bro Benjamin, e Zela, e bez Kish tad Saül. Graet e voe kement en doa gourc'hemennet ar roue. Ha goude-se, Doue a voe sioulaet e-keńver ar vro.

15  Bez' e voe brezel etre ar Filistined hag Israel. David a ziskennas gant e servijerien, hag e stourmjont a-enep ar Filistined. David a oa gwall-skuizh.

16  Jishbi-Benob, unan eus mibien Rafa hag en doa ur goaf a boueze tri c'hant sikl arem (~ 3 kg), a oa gourizet a-nevez hag en doa c'hoant da skeiń war Zavid.

17  Met Abishai mab Zeruja a zeuas war sikour David hag a skoas war ar Filistin hag en lazhas. Neuze tud David a douas o lavarout: Ne zeui ken ganeomp d'an emgann, gant aon na vougfes goulaouenn Israel.

18  Goude-se e voe brezel c'hoazh e Gob a-enep ar Filistined; eno Sibbekai an Hushaiad a lazhas Saf, unan eus mibien Rafa.

19  Hag e voe brezel c'hoazh e Gob a-enep ar Filistined, hag Elkanan mab Jaare-Oregim eus Betlehem a lazhas Goliad ar Gettiad, a oa koad e c'hoaf evel ur granenn eus ur stern-gwiader.

20  Hag e voe brezel c'hoazh e Gad. Eno en em gavas un den mentet uhel, en doa c'hwec'h biz war e zaouarn ha c'hwec'h biz war e dreid, pevar warn-ugent en holl. Hemań ivez a oa diskennet eus Rafa.

21  An den-mań a zismegańsas Israel, met Jonatan mab Shimea, breur David, a lazhas anezhań.

22  Ar pevar-se a oa diskennet eus Rafa, hag e voent lazhet gant dorn David ha gant dorn e servijerien.

 

Pennad 22

1  Ha David a lavaras d'an AOTROU komzoł ar ganaouenn-mań p'en doe an AOTROU dieubet anezhań eus dorn e holl enebourien hag eus dorn Saül.

2  Lavarout a reas: An AOTROU a zo va roc'h, va c'hreńvlec'h, va dieuber!

3  O Doue, va roc'h a gavan bod enni! Va skoed hag an nerzh am dieub, va repu uhel ha va minic'hi! Va Salver, te a ziwall ac'hanon diouzh ar feulster.

4  Me a gri: Meulet ra vo an AOTROU! Hag ez on dieubet eus va enebourien.

5  Gwagoł ar marv o doa va goloet, froudoł an distruj o doa va spouronet,

6  ereoł lec'h ar marv o doa va gourizet, pechoł ar marv o doa va souprenet,

7  em estrenvan em eus aspedet an AOTROU ha kriet da'm Doue. Eus e balez en deus klevet va mouezh, hag aet eo va c'hriadenn betek e zivskouarn.

8  Neuze an douar a voe brańsellet hag a grenas, diazezoł an neńvoł a fińvas hag a voe brańsellet, dre ma oa droug ennań.

9  Ur vogedenn a bignas eus e fronelloł, hag un tan loskus eus e c'henoł; glaouennoł entanet a oa enaouet dioutań.

10  Izelaet e voe an neńvoł gantań hag e tiskennas, un deńvalijenn dindan e dreid.

11  Pignet e oa war ur cherubin hag e nije, en em ziskouez a rae war eskell an avel.

12  Ober a reas eus an deńvalijenn evel un deltenn, gant bernioł doureier ha koumoul du.

13  Eus ar splannder a oa dirazań e teue glaouennoł tan o flammań.

14  An AOTROU a gurunas eus an neńvoł, an Uhel-Meurbet a daolas e vouezh

15  Stlepel a reas biroł hag e stlabezas anezho, luc'hed hag o disparfoeltras.

16  Fońs ar mor en em ziskouezas, diazezoł ar bed a voe dizoloet, gant gourdrouz an AOTROU, gant c'hwezh avel e zivfron.

17  Astenn a reas e zorn eus krec'h, hag e kemeras ac'hanon, va zennań a reas eus an doureier bras,

18  va dieubiń a reas eus va enebour galloudus, eus ar re a gasae ac'hanon hag a oa nerzhusoc'h egedon.

19  Souprenet o doa ac'hanon en deiz va estrenvan, met an AOTROU a voe va skoazell.

20  Va lakaet en deus er frankiz, va dieubet en deus, rak kavet en deus e blijadur ennon.

21  An AOTROU en deus graet din hervez va reizhder, rentet en deus din hervez purentez va daouarn,

22  rak miret em eus hentoł an AOTROU, ha n'on ket bet disleal da'm Doue.

23  Rak e holl varnedigezhioł a zo dirazon, ha ne bellaan ket diouzh e reolennoł.

24  Bet on eeun gantań, hag on en em viret diouzh va direizhder.

25  Neuze an AOTROU en deus rentet din hervez va reizhder, hervez va furentez dirak e zaoulagad.

26  Gant an hini a zo mat ez out mat, gant an hini a zo eeun e rez dezhań hervez e eeunder,

27  gant an hini a zo glan ez out glan, met gant an hini a zo fallakr e rez dezhań hervez e fallagriezh.

28  Te a savete ar bobl c'hlac'haret, met da zaoulagad a izela ar re faeüs.

29  Te eo va goulaouenn, o AOTROU! An AOTROU a laka va zeńvalijenn da lugerniń.

30  Rak ganit e kouezhan war ur strollad, gant va Doue e treuzan ur voger.

31  Hent Doue a zo peurvat, ger an AOTROU a zo amprouet. Ur skoed eo evit an holl re a laka o fiziańs ennań.

32  Rak piv a zo Doue, nemet an AOTROU, ha piv a zo ur roc'h, nemet hon Doue?

33  Doue eo an hini a zo va c'hreńvlec'h, hag a laka va hent da vezań e savete,

34  a ro da'm zreid da vezań heńvel ouzh re an heizezed, a laka ac'hanon war va uheldirioł,

35  a zoare va daouarn d'ar brezel, ha setu ma stegn va divrec'h ur wareg arem.

36  Roet ec'h eus din skoed da silvidigezh, ha da vadelezh he deus va lakaet da vezań bras.

37  Frankaet ec'h eus an hent dindan va zreid, va seulioł n'o deus ket brańsellet.

38  Redek a ran war-lerc'h va enebourien hag o distrujan, ne zistroan ket hep o echuiń.

39  O c'has da get hag o frikań a ran, ha n'adsavont ken, kouezhań a reont dindan va zreid.

40  Rak va gourizet ec'h eus gant nerzh evit ar brezel, lakaat a rez da blegań dindanon va enebourien.

41  Lakaat a rez va enebourien da dreiń o c'hein dirazon, hag ar re am c'hasa a zistrujan.

42  Sellout a reont, met n'eus salver ebet; treiń a reont etrezek an AOTROU, ha ne respont ket dezho.

43  O frikań a ran evel poultr an douar, o bruzunań hag o mac'hań a ran evel fank ar straedoł. 

44  Va saveteiń a rez eus daeloł va fobl, va mirout a rez evit bezań penn ar broadoł, ur bobl n'anavezen ket a servij ac'hanon.

45  Mibien an diavaeziad a luban ac'hanon, adalek ma klev o divskouarn, e sentont ouzhin,

46  mibien an diavaeziad a sempl, hag a ya er-maez eus o repu en ur grenań.

47  An AOTROU a zo bev! Benniget ra vo va roc'h! Uhelaet ra vo Doue va silvidigezh,

48  an Doue a veńj ac'hanon, a renk ar pobloł dindanon,

49  am zenn eus va enebourien, am uhela dreist ar re savet em enep, am dieub eus an den taer.

50  Setu perak e veulin ac'hanout e-touez ar broadoł, o AOTROU, hag e kanin meuleudioł da'z anv!

51  Eń eo an hini a ro un dieubidigezh veur d'e roue, a ra trugarez d'e Olevad, da Zavid ha d'e lignez da viken.

 

Pennad 23

1  Setu amań komzoł diwezhań David. David mab Jese, an hini a zo bet savet uhel, an hini a zo bet olevad Doue Jakob, ar c'haner karet eus Israel, a lavaras:

2  Spered an AOTROU en deus komzet drezon, e gomz a zo bet war va zeod.

3  Doue Israel en deus lavaret, Roc'h Israel en deus komzet drezon: An hini a ren e-touez an dud gant reizhder, an hini a ren gant doujańs-Doue,

4  a zo heńvel ouzh sklźrijenn ar mintin pa sav an heol, d'ur mintin hep koumoul. E sked a laka ar geot da zont eus an douar goude ar glav.

5  Ha n'eo ket evel-se va zi dirak Doue? Graet en deus ganin un emglev peurbadus, reizhet mat ha stabil. Va holl silvidigezh, kement a garan, ha n'o lakaio ket da vleuniań?

6  Hag ar re zrouk a vo holl evel spern a daoler pell, rak n'o c'hemerer ket gant an dorn.

7  An hini a fell dezhań stekiń outo a ra gant un houarn pe gant koad ur goaf, hag e vezont devet en tan war al lec'h.

8  Setu amań anvioł tud kadarn a oa gant David: Josheb-Basshebed an Takmonad a oa penn ar vrezelourien wellań. Eń eo an hini a savas e c'hoaf war eizh kant den, a lakaas da vervel en ur wech.

9  Goude hemań e oa Eleazar mab Dodo an Akokiad, unan eus an tri den kadarn a oa gant David pa vezhekajont ar Filistined dastumet eno evit an emgann, ha ma en em denne re Israel war an uhelennoł.

10  Sevel a reas hag e skoas war ar Filistined betek ma voe skuizh e zorn ha ma chomas stag ouzh e gleze. En deiz-se an AOTROU a roas un dieubidigezh vras. Ar bobl a zistroas war-lerc'h Eleazar evit diwiskań.

11  Goude hemań e oa Shamma mab Age an Harariad. Ar Filistined a oa en em zastumet en ur bagad, hag e oa eno un dachenn douar leun a fer. Ar bobl a dec'he dirak ar Filistined.

12  Met eń en em zalc'has e-kreiz an dachenn, hag he difennas hag e skoas war ar Filistined. Evel-se e roas an AOTROU un dieubidigezh vras.

13  Tri eus an tregont penn a ziskennas hag a zeuas, en amzer an eost, da gavout David, e kev Adullam, pa oa ur bagad Filistined o kampiń e traonienn ar Refaim.

14  David a oa neuze er c'hreńvlec'h, hag e-keit-se e oa gwarnizon ar Filistined e Betlehem.

15  David a c'hoantaas un dra bennak o lavarout: Piv a raio din evań dour eus ar puńs a zo ouzh dor Betlehem?

16  Neuze an tri den kadarn-se a yeas a-dreuz kamp ar Filistined hag a dennas dour eus ar puńs a zo e-kichen dor Betlehem, hag en degasjont d'e ginnig da Zavid. Met ne fellas ket dezhań e evań, hag e skuilhas anezhań dirak an AOTROU.

17  Hag e lavaras: Pell diouzhin o AOTROU d'ober an dra-se! Ha n'eo ket gwad an dud-se a zo aet war var o buhez? Ha ne fellas ket dezhań evań anezhań. Setu ar pezh a reas an tri den kadarn-se.

18  Abishai breur Joab mab Zeruja a oa penn an tri. Sevel a reas e c'hoaf war dri c'hant den, hag o lazhas, hag en devoe brud e-touez an tri.

19  E-touez an tri, eń a voe an hini muiań enoret, hag e voe o fenn. Met ne oa ket kevatal d'an tri c'hentań.

20  Benaja mab Jehojada, mab un den kadarn eus Kabzeel, en doa graet oberoł bras. Skeiń a reas war zaou zen eus ar re c'halloudusań eus Moab. Diskenn a reas ivez hag e skoas war ul leon e-kreiz ur poull, un devezh erc'h.

21  Skeiń a reas war un Ejipsian a oa un den spontus. An Ejipsian-se en doa en e zorn ur goaf, met eń a ziskennas d'e gavout gant ur vazh, hag e tiframmas ar goaf eus dorn an Ejipsian, hag e lazhas anezhań gant e c'hoaf.

22  Setu ar pezh a reas Benaja mab Jehojada, hag e voe brudet e anv e-touez an tri den kadarn.

23  Enoret e voe muioc'h eget an tregont, met ne oa ket kevatal d'an tri c'hentań. David a lakaas anezhań en e guzul.

24  Asael breur Joab a oa e-touez an tregont, Elkanan mab Dodo eus Betlehem,

25  Shamma an Harodiad, Elika an Harodiad,

26  Helez ar Paltiad, Ira mab Ikkesh eus Tekoa,

27  Abiezer an Anatodiad, Mebunnai an Hushaiad,

28  Zalmon an Akokiad, Maharai an Netofatad,

29  Heled mab Baana an Netofatad, Ittai mab Ribai eus Gibea eus mibien Benjamin,

30  Benaja ar Piratoniad, Hiddai eus froudoł Gaash,

31  Abi-Albon an Arbatiad, Azmaved ar Barkumad,

32  Eliakba ar Shaalbonad, mibien Jashen, Jonatan,

33  Shamma an Harariad, Akiam mab Sharar an Harariad,

34  Elifeled mab Akasbai mab da ur Maakatian, Eliam mab Akitofel ar Gilonad,

35  Hezerai eus Karmel, Paarai an Arbiad,

36  Jigal mab Natan eus Zoba, Bani ar Gadiad,

37  Zelek an Ammonad, Naharai ar Beerotiad a zouge armoł Joab mab Zeruja,

38  Ira ar Jetrian, Gareb ar Jetrian,

39  Uri an Hitit. An holl, seizh ha tregont.

 

Pennad 24

1  Kounnar an AOTROU a voe entanet c'hoazh a-enep Israel, hag e vountas David a-enep dezho en ur lavarout: Kae, gra an niveradeg eus Israel hag eus Juda.

2  Hag ar roue a lavaras da Joab penn an arme, a oa en e gichen: Kae, kerzh dre holl veuriadoł Israel, adalek Dan betek Beer-Sheba, gra an niveradeg eus ar bobl, evit ma ouezin niver ar bobl.

3  Joab a respontas d'ar roue: Ra fello d'an AOTROU da Zoue kreskiń e bobl kement, ha kant gwech kement ha ma'z eo bremań, ha ra welo daoulagad ar roue va aotrou kement-se! Met perak e kemer ar roue va aotrou plijadur en dra-se?

4  Koulskoude komz ar roue a c'hounezas war Joab ha war bennoł an arme. Ha Joab ha pennoł an arme a yeas a-zirak ar roue evit ober an niveradeg eus pobl Israel.

5  Treuziń a rejont eta ar Jordan hag e kampjont en Aroer, a-zehou d'ar gźr a zo e-kreiz traonienn Gad ha war-zu Jaezer.

6  Hag e teujont e Galaad hag er vro izeloc'h eget Hodshi. Goude e teujont da Zan-Jaan hag en-dro da Sidon.

7  Dont a rejont ivez da greńvlec’h Tir hag en holl gźrioł an Hevianed hag ar Gananeiz, hag ec'h echujont dre greisteiz Juda e Beer-Sheba.

8  Evel-se ec'h ergerzhjont an holl vro, hag e tistrojont da Jeruzalem a-benn nav miz hag ugent deiz.

9  Joab a roas d'ar roue roll niveradeg ar bobl. Bez' e oa en Israel eizh kant mil den a vrezel o tennań ar c'hleze, hag e Juda pemp kant mil den.

10  Met David a voe tamallet en e galon goude m'en doa niveret ar bobl, hag e lavaras David d'an AOTROU: Graet em eus ur pec'hed bras oc'h ober an dra-se, ha bremań, o AOTROU, pardon me az ped direizhder da servijer, rak graet em eus evel un diskiant!

11  Pa savas David diouzh ar beure, komz an AOTROU a voe disklźriet d'ar profed Gad, gwelour David, o lavarout:

12  Kae ha lavar da Zavid: Evel-henn e komz an AOTROU: Tri zra a ginnigan dit, dibab unan anezho, hag e rin hervezań.

13  Gad a zeuas eta da gavout David hag en roas da anavezout dezhań o lavarout: Petra a fell dit e c'hoarvezfe ganit, pe seizh vloaz a naonegezh ez pro, pe tri miz o tec'hout dirak da enebourien hag int da redek war da lerc'h, pe tri devezh a vosenn ez pro? Bremań dit da brederiań ha da welout ar pezh am eus da respont d'an hini en deus va c'haset.

14  David a respontas da C'had: Me a zo en un enkrez bras. Ra gouezhin bremań etre daouarn an AOTROU, rak e drugarezioł a zo bras, ha ma ne gouezhin ket etre daouarn an dud.

15  Hag an AOTROU a gasas ar vosenn war Israel, adalek ar mintin betek an amzer merket, hag e varvas er bobl adalek Dan betek Beer-Sheba dek mil den ha tri-ugent.

16  Met pa astennas an ael e zorn war Jeruzalem evit he distrujań, an AOTROU en doe keuz eus an droug-se, hag e lavaras d'an ael a zistruje ar bobl: A-walc'h! Tenn bremań da zorn! Ael an AOTROU en em zalc'he e-kichen leur Arauna ar Jebuzad.

17  David, o welout an ael a skoe war ar bobl, a gomzas ouzh an AOTROU hag a lavaras: Setu, me am eus pec'het ha graet gwall-fall, met an deńved-mań, petra o deus graet? Ra vo da zorn warnon, me az ped, ha war di va zad.

18  Hag en deiz-se e teuas Gad da gavout David hag e lavaras dezhań: Pign ha sav un aoter d'an AOTROU war leur Arauna ar Jebuzad.

19  David a bignas eta hervez komz Gad, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU.

20  Arauna a sellas hag a welas ar roue hag e servijerien o tont d'e gavout. Arauna a yeas er-maez hag a stouas dirak David, e zremm d'an douar.

21  Arauna a lavaras: Perak e teu ar roue va aotrou da gavout e servijer? David a respontas: Da brenań da leur, evit sevel amań un aoter d'an AOTROU, ma harzo ar gouli-mań e-touez ar bobl.

22  Arauna a lavaras da Zavid: Ra gemero ar roue va aotrou, ha ra ginnigo ar pezh a gavo mat. Setu aze an ejened evit al loskaberzh, hag ar c'hirri gant stern an ejened evel koad.

23  O roue, Arauna o ro holl d'ar roue! Hag Arauna a lavaras d'ar roue: An AOTROU da Zoue, da vezań a-du ganit!

24  Met ar roue a lavaras da Arauna: Nann, fellout a ra din o frenań diganit evit ur priz, ha ne ginnigin ket d'an AOTROU va Doue loskaberzhoł na goustont netra din. Evel-se e prenas David al leur hag an ejened evit hanter-kant sikl (~ 500 g) arc'hant.

25  Ha David a savas eno un aoter d'an AOTROU, hag e kinnigas loskaberzhoł hag aberzhoł a drugarekadennoł, hag an AOTROU a voe peoc'haet e-keńver ar vro, hag ar gouli a baouezas en Israel.