LEVR

ABDIA

 

1  Gweledigezh Abdia. Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU diwar-benn Edom: Klevet hon eus ur c'heloł a-berzh an AOTROU, hag ur c'hannad a zo bet kaset e-touez ar broadoł: Savit, Savomp a-enep dezhań, d'ar brezel!

2  Setu, da lakain da vezań bihan e-touez ar broadoł, disprizet-meurbet e vi.

3  Lorc'h da galon en deus da douellet, te hag a chom e faoutoł ar reier, en ur chomlec'h uhel, hag a lavar ez kalon: Piv am zaolo d'an douar?

4  Pa savfes da neizh uhel evel un erer, ha pa lakafes anezhań e-touez ar stered, me az taolo ac'hane, eme an AOTROU.

5  Mar deufe laeron ez ti, pe skraperien noz, ha te rivinet, ha ne gemerfent nemet o gwalc'h? Mar deufe mendemerien ez ti, ha ne lezfent ket peadra da raspaat?

6  Penaos eo bet furchet Ezaü? Penaos eo bet dizoloet e draoł kuzhet?

7  Da holl gevredidi o deus da gaset kuit betek da harzoł. Ar re a oa e peoc'h ganit o deus da douellet ha da vestroniet, ar re a zebre da vara o deus stegnet pechoł dit, ha ne gomprenes ket!

8  Ha ne vo ket en deiz-se, eme an AOTROU, ma lakain da get ar re fur eus Edom, hag ar skiant eus menez Ezaü?

9  Da vrezelourien a vo spontet, o Teman! Lamet e vint holl eus menez Ezaü gant al lazhadeg.

10  En abeg d'ar feulster ec'h eus diskouezet e-keńver da vreur Jakob, e vi goloet a vezh ha lamet kuit da viken.

11  En deiz m'en em zalc'hes a-dal dezhań, en deiz ma oa diavaezidi o kas e arme evel kemeridi, en deiz ma'z ae estrańjourien dre e zorojoł, en deiz ma taolent ar sord war Jeruzalem, te ivez a oa evel unan anezho.

12  Na gav ket dudi o welout deiz da vreur, deiz e enkrez; na laouena ket war vibien Juda en deiz o distruj; na zigor ket ur genoł frank en deiz an estrenvan;

13  n'a ket dre zorojoł va fobl en deiz he glac'har; na gav ket dudi gant he gwalleur en deiz he glac'har; n'astenn ket da zaouarn etrezek he madoł en deiz he glac'har;

14  n'en em zalc'h ket er c'hroashentoł, evit lazhań he zec'hidi; na zroukro ket he re chomet bev en deiz an estrenvan

15  Rak devezh an AOTROU a zo tost evit an holl vroadoł; graet e vo dit evel ma ec'h eus graet. Da oberoł a gouezho war da benn.

16  Rak evel ma hoc'h eus evet war va menez santel, evel-se an holl vroadoł a evo dalc'hmat. Ya, evań a raint, lonkań a raint, hag e vint evel ma ne vijent ket bet.

17  Met war venez Sion e vo tud chomet bev, santel e vo, ha ti Jakob a berc'henno ar pezh a zo dezhań.

18  Ti Jakob a vo un tan, ha ti Jozef ur flammenn, ha ti Ezaü plouz. Deviń ha lonkań a raint anezhań, ha ne vano netra eus ti Ezaü, rak an AOTROU en deus komzet.

19  Re ar c'hreisteiz a berc'henno menez Ezaü, re ar blaenenn a berc'henno bro ar Filistined, douar Efraim ha douar Samaria, Benjamin a berc'henno Galaad.

20  Hag an harluidi-se, arme mibien Israel, a berc'henno ar pezh a zo d'ar Gananeiz betek Sarepta, hag an harluidi eus Jeruzalem a zo e Sefarad a berc'henno kźrioł ar c'hreisteiz.

21  Dieuberien a bigno war venez Sion evit barn menez Ezaü, hag ar rouantelezh a vo d'an AOTROU.