PEMPVET LEVR MOIZEZ, ANVET

AN ADLEZENN

 

Pennad 1

Mont kuit eus Horeb. Dibab ar pennoł. Ar spierien kaset. Disentidigezh ar bobl

1  Setu ar c'homzoł a lavaras Moizez da Israel a-bezh, en tu-mań d'ar Jordan, el lec'h distro, er blaenenn a-dal da Suf, etre Paran, Tofel, Laban, Hazerod ha Di-Zahab.

2  Unnek devezh a zo adalek Horeb, dre hent Menez Seir, betek Kadesh-Barnea.

3  D'an daou-ugentvet bloaz, d'an unnekvet miz, d'an deiz kentań eus ar miz, Moizez a lavaras da vibien Israel kement en doa gourc'hemennet an AOTROU dezhań evito,

4  goude m'en doe trec'het Sihon, roue an Amoreaned a oa o chom en Hesbon, hag Og, roue Basan a oa o chom en Ashtarod hag en Edrei.

5  D'an tu-mań d'ar Jordan, e bro Voab, Moizez en em lakaas da zisklźriań al lezenn-se o lavarout:

6  An AOTROU hon Doue a gomzas ouzhimp en Horeb hag a lavaras: A-walc'h oc'h chomet er menez-mań.

7  Distroit hag it kuit, deuit war-zu menez an Amoreaned hag el lec'hioł tro-dro, d'ar blaenenn, d'ar menez, d'an draonienn, d'ar c'hreisteiz, da aod ar mor, da vro ar Gananeiz, d'al Liban betek ar stźr vras, ar stźr Efratez.

8  Setu, lakaet em eus ar vro dirazoc'h, kit ha dalc'hit ar vro en doa touet an AOTROU reiń d'ho tadoł, da Abraham, da Izaak, da Jakob ha d'o lignez war o lerc'h.

9  Komzet em eus ouzhoc'h en amzer-se ha lavaret em eus: Ne c'hellan ket va-unan dougen ac'hanoc'h.

10  An AOTROU ho Toue en deus ho kresket, ha setu c'hwi, hiziv, niverus evel stered an neńv.

11  Ra gresko ac'hanoc'h c'hoazh an AOTROU, Doue ho tadoł, mil gwech kement all, ha ra vennigo ac'hanoc'h evel m'en deus lavaret deoc'h!

12  Penaos e c'hellin va-unan dougen ho poanioł, ho pec'hioł hag ho tabutoł?

13  Roit eus ho meuriadoł tud fur, poellek hag anavezet, hag e lakain anezho da bennoł warnoc'h.

14  Respontet hoc'h eus o lavarout: Mat eo ober ar pezh ec'h eus lavaret.

15  Kemeret em eus neuze pennoł ho meuriadoł, tud fur hag anavezet, ha lakaet em eus anezho evel pennoł warnoc'h: kabitened a vilieroł, kabitened a gantoł, kabitened a hanter-gantoł, kabitened a zegoł hag ofiserien e-touez ho meuriadoł.

16  En amzer-se em eus roet urzhioł d'ho parnerien o lavarout: Selaouit ho preudeur ha barnit gant reizhder etre un den hag e vreur pe un diavaeziad.

17  Ne reot van eus diavaez an dud er barnedigezhioł, selaou a reot an hini bihan evel an hini bras, n'ho po aon rak den ebet, rak ar varn a zo da Zoue, hag e lakaiot da zont dirazon an dra a vo re ziaes evidoc'h, ha me he c'hlevo.

18  En amzer-se em eus roet urzhioł deoc'h diwar-benn an traoł ho poa d'ober.

19  Aet omp kuit eus Horeb ha kerzhet hon eus dre holl en distro bras hag euzhus-se, war-zu menez an Amoreaned, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU hon Doue deomp, ha deuet omp betek Kadesh-Barnea.

20  Lavaret em eus deoc'h: Erru oc'h betek menez an Amoreaned, a ro deomp an AOTROU hon Doue.

21  Setu, an AOTROU da Zoue a laka dirazout ar vro: pign, kemer dalc'h anezhań, evel m'en deus lavaret an AOTROU, Doue da dadoł. Na'z pez ket aon ha bez dispont!

22  Goude bezań tostaet ouzhin, hoc'h eus lavaret: Kasomp tud a-raok deomp evit spiań ar vro hag evit rentań kont deomp eus an hent a bignimp drezań hag eus ar c'hźrioł ma'z aimp e-barzh.

23  Ar c'homzoł-se o deus plijet din. Kemeret em eus daouzek den eus ho touez, un den dre veuriad.

24  Mont a rejont hag e pignjont ar menez, hag e teujont betek gwazh Eshkol hag e weljont ar vro.

25  Kemeret o deus en o daouarn frouezh eus ar vro da zegas anezho deomp, hag e rentjont kont deomp o lavarout: Ar vro a ro deomp an AOTROU hon Doue a zo mat.

26  C'hwi ne fellas ket deoc'h pignat enni, met disentet hoc'h eus da urzh an AOTROU ho Toue.

27  Grozmolet hoc'h eus en ho teltennoł o lavarout: Dre ma kasae an AOTROU ac'hanomp eo en deus hol lakaet da vont kuit eus bro Ejipt, evit hol lezel etre daouarn an Amoreaned d'hon distrujań.

28  Da belec'h emaomp o pignat? Hor breudeur o deus lakaet hor c'halonoł da deuziń o lavarout: Ur bobl vrasoc'h hag a vent uheloc'h egedomp eo; ar c'hźrioł a zo bras ha mogeriet betek an neńv; gwelet hon eus eno mibien Anak.

29  Lavaret em eus: Na spontit ket ha n'ho pet ket aon dirazo.

30  An AOTROU ho Toue a gerzh dirazoc'h hag a stourmo e-unan evidoc'h, evel m'en deus graet evidoc'h en Ejipt dirak ho taoulagad,

31  hag en distro, e-lec'h ma ec'h eus gwelet an AOTROU da Zoue o tougen ac'hanout evel ma toug un den e vab, a-hed an hent hoc'h eus graet evit dont betek al lec'h-se.

32  En desped da gement-se n'hoc'h eus ket kredet en AOTROU ho Toue,

33  a yae en ho raok war an hent evit klask ul lec'h da sevel ho teltennoł, en tan e-pad an noz evit diskouez deoc'h an hent a gerzhec'h warnań, hag er goabrenn e-pad an deiz.

34  An AOTROU a glevas mouezh ho komzoł hag a fuloras, hag e touas o lavarout:

35  Hini ebet eus tud ar rummad fall-se ne welo ar vro vat am eus touet reiń d'ho tadoł,

36  nemet Kaleb mab Jefune. Eń a welo anezhi, hag e roin dezhań, dezhań ha d'e vibien, ar vro en deus baleet enni, dre m'en deus heuliet e leunder an AOTROU.

37  An AOTROU a fuloras a-enep din ivez en abeg deoc'h, ha lavaret en deus: Te kennebeut ned i ket enni.

38  Jozue mab Nun, da servijer, a yelo enni; kaloneka anezhań rak eń eo a lakaio Israel da berc'hennań e hźrezh.

39  Ho pugale vihan, hoc'h eus lavaret diwar o fenn e vijent ur preizh enni, hag ho mibien n'anavezont ket hiziv ar pezh a zo mat pe fall, int eo ar re a yelo enni, dezho e roin anezhi, int a berc'henno anezhi.

40  Met c'hwi, distroit ha kit d'al lec'h distro war-zu ar Mor Ruz.

41  Respontet hoc'h eus o lavarout: Pec'het hon eus a-enep an AOTROU, pignat a raimp hag e stourmimp evel m'en deus gourc'hemennet an AOTROU hon Doue. Gourizet hoc'h eus pep hini e armoł brezel, hag e oac'h prest da bignat war ar menez.

42  An AOTROU a lavaras din: Lavar dezho: Na bignit ket ha na stourmit ket, rak n'on ket en ho touez, gant aon na vefec'h pilet gant hoc'h enebourien.

43  Komzet em eus ouzhoc'h met n'hoc'h eus ket selaouet, disentet hoc'h eus da urzh an AOTROU, pignet oc'h gant lorc'h war ar menez.

44  An Amoreaned, hag a oa o chom er menez-se, a zeuas a-ziarbenn deoc'h hag a redas war ho lerc'h evel ma ra ar gwenan; pilet oc'h bet e Seir betek Horma.

45  D'ho tistro hoc'h eus gouelet dirak an AOTROU, met an AOTROU ne selaouas ket ho mouezh ha ne roas ket e skouarn deoc'h.

46  Chomet oc'h e Kadesh kalz a zeizioł, keit ha ma chomjoc'h eno.

 

Pennad 2

El lec'h distro. Trec'h war Sihon

1  Aet omp en-dro d'al lec'h distro war-zu ar Mor Ruz, evel m'en doa lavaret an AOTROU din, ha kerzhet hon eus pell amzer war-dro da Venez Seir.

2  An AOTROU a gomzas ouzhin o lavarout:

3  Kerzhet a-walc'h hoc'h eus war-dro d'ar menez-se, en em droit war-zu an hanternoz.

4  Ro urzhioł d'ar bobl ha lavar: Tremen a reot war harz ho preudeur, mibien Ezaü a zo o chom e Seir. Hag o devo aon razoc'h, met diwallit mat:

5  Arabat brezeliń outo, rak ne roin ket deoc'h eus o bro, zoken evit derc'hel sol ho treid; roet em eus da Ezaü Menez Seir da hźrezh.

6  Prenań a reot diganto evit arc'hant ar boued a zebrot, ha prenań a reot ivez diganto evit arc'hant an dour a evot.

7  Rak an AOTROU da Zoue en deus da venniget e kement a ri gant da zaouarn. Anavezet en deus da gerzhadeg dre an distro bras-mań. An AOTROU da Zoue a zo bet ganit e-pad an daou-ugent vloaz-se, ha netra n'en deus graet diouer dit.

8  Tremenet omp e-kichen hor breudeur, mibien Ezaü a zo o chom e Seir, hebiou da hent ar blaenenn, hebiou da Elad ha da Ezion-Geber, ha troet hon eus da dremen dre hent distro Moab.

9  An AOTROU a lavaras din: Na stourm ket a-enep ar Voabiz ha na vrezel ket outo, rak ne roin netra eus o bro dit en hźrezh; roet em eus da vibien Lot Ar da hźrezh.

10  An Emim a oa o chom eno gwechall, ur bobl vras ha niverus, a vent uhel evel an Anakim.

11  Brudet e oant evel Refaim, evel an Anakim, met ar Voabiz a c'halve anezho Emim.

12  An Horianed a oa o chom e Seir gwechall. Mibien Ezaü o c'hasas kuit hag o distrujas azirazo; hag e chomjont en o lec'h evel m'en deus graet Israel e bro e hźrezh, en deus roet an AOTROU dezhań.

13  Bremań savit ha treuzit dour-red Sered. Treuzet hon eus dour-red Sered.

14  An amzer ma'z omp bet o kerzhout eus Kadesh-Barnea betek tremen dour-red Sered a zo bet eizh vloaz ha tregont, betek ma voe kuzumet holl rummad an dud a vrezel a-greiz ar c'hamp, evel m'en doa touet an AOTROU dezho.

15  Dorn an AOTROU a voe a-enep dezho evit o distrujań a-greiz ar c'hamp, betek ma voent bet kuzumet.

16  Pa voe kuzumet an holl dud a vrezel dre ar marv a-douez ar bobl,

17  an AOTROU a gomzas din o lavarout:

18  Hiziv e tremeni en Ar harz Moab,

19  hag e tostai ouzh mibien Ammon, met na stourm ket a-enep dezho ha na vrezel ket outo, rak ne roin netra eus bro mibien Ammon dit en hźrezh; roet em eus anezhi da vibien Lot da hźrezh.

20  Ar vro-se ivez a oa brudet evel bro Refaim. Ar Refaim a oa o chom eno gwechall, met an Ammoniz a c'halve anezho Zamzumin,

21  ur bobl vras ha niverus e oa, a vent uhel evel an Anakim. An AOTROU o distrujas dirak an Ammoniz, a gasas anezho kuit; hag e chomjont en o lec'h.

22  Evel-se en deus graet evit mibien Ezaü a zo o chom e Seir, pa zistrujas an Horianed dirazo; int a gasas anezho kuit, hag e chomjont en o lec'h betek hiziv.

23  An Aviz, hag a oa o chom er c'hźriadennoł betek Gaza, a voe distrujet gant ar Gaftorim o tont eus Kaftor; int a chomas en o lec'h.

24  Savit, kit ha treuzit froud an Arnon. Sell, lakaet em eus etre da zaouarn Sihon, roue Hesbon, an Amorean, gant e vro. Krog da berc'hennań, gra ar brezel outań.

25  Adal hiziv emaon o vont da skuilhań spont hag aon ac'hanout war ar pobloł dindan an neńv a-bezh, en hevelep doare ma krenint ha ma vint spontet o klevout komz diwar da benn.

26  Neuze em eus kaset, eus distro Kedemod, kannaded da Sihon roue Hesbon, gant komzoł a beoc'h o lavarout:

27  Va lez da dremen dre da vro, kerzhout a rin dre hent bras hep distreiń nag a-zehou nag a-gleiz.

28  Gwerzhań a ri din ar boued a zebrin evit arc'hant, ha reiń a ri din an dour a evin evit arc'hant. War droad e tremenin hepken.

29  Evel-se o deus graet din mibien Ezaü a zo o chom e Seir hag ar Voabiz a zo o chom en Ar, ken na'm bo tremenet ar Jordan evit mont er vro en deus roet an AOTROU deomp.

30  Sihon, roue Hesbon, ne fellas ket dezhań hol lezel da dremen dre e vro, rak an AOTROU da Zoue en doa kaletaet e spered ha reudet e galon, evit lakaat anezhań etre da zaouarn, evel m'emań hiziv.

31  An AOTROU a lavaras din: Sell, emaon o vont da reiń dit Sihon hag e vro. Krog da berc'hennań e vro evel hźrezh.

32  Sihon a yeas a-ziarbenn deomp gant e holl bobl evit stourm ouzhimp e Jahaz.

33  An AOTROU hon Doue a roas anezhań deomp, pilet eo bet ganeomp, eń, e vibien hag e holl bobl.

34  Kemeret hon eus e holl gźrioł ha lakaet hon eus anezho da verz, gwazed, gwragez, bugale, ha ne chomas den ebet.

35  Preizhet hon eus evidomp al loened ha madoł ar c'hźrioł hor boa kemeret.

36  Adalek Aroer war ribl froud an Arnon hag ar gźr a zo e-kichen ar froud betek Galaad, ne voe kźr ebet re greńv evidomp. An AOTROU hon Doue a roas holl deomp.

37  Met ne dostai ket ouzh bro mibien Ammon, nag ouzh lec'h ebet e-kichen froud Jabok, nag ouzh kźrioł ar menez, nag ouzh kement en deus difennet ouzhimp an AOTROU hon Doue.

 

Pennad 3

Trec'h war Og. Hźrezh Ruben, Gad hag hanter-veuriad Manase. Difennet eo ouzh Moizez da dreuziń

1  Aet omp en-dro da bignat dre hent Basan. Og, roue Basan, a yeas a-ziarbenn deomp gant e holl bobl evit stourm ouzhimp en Edrei.

2  An AOTROU a lavaras din: Na'z pet ket aon dirazań, rak lakaet em eus anezhań etre da zaouarn, gant e holl bobl hag e vro. Hag e ri dezhań evel ma ec'h eus graet da Sihon, roue an Amoreaned, a oa o chom en Hesbon.

3  An AOTROU hon Doue a lakaas etre hon daouarn Og, roue Basan, gant e holl bobl. Trec'hiń a rejomp anezhań betek ma ne chomas den ebet.

4  Kemeret hon eus e holl gźrioł, ne voe kźr ebet ha ne gemerjomp ket: tri-ugent kźr, holl rannvro Argob, rouantelezh Og e Basan.

5  Ar c'hźrioł-se a oa kreńvaet, gant mogerioł uhel, dorojoł ha sparloł, ouzhpenn ar c'hźrioł e niver bras-meurbet n'o doa ket a vogerioł.

6  Lakaet hon eus anezho da verz evel ma hon doa graet da Sihon, roue Hesbon. Lakaet hon eus an holl gźrioł da verz, gwazed, gwragez, bugale.

7  Preizhet hon eus evidomp al loened ha madoł ar c'hźrioł.

8  En amzer-se hon eus kemeret eus dorn daou roue an Amoreaned ar vro a oa en tu-mań d'ar Jordan, adalek froud an Arnon betek Menez Hermon,

9  an Hermon a vez galvet Sirion gant ar Sidoniz ha Senir gant an Amoreaned,

10  holl gźrioł ar blaenenn, holl C'halaad, holl Vasan betek Salka hag Edrei, kźrioł rouantelezh Og e Basan.

11  Og, roue Basan, a oa e-unan manet e dilerc'h ar Refaim. E wele a oa ur gwele houarn, ha n'emań ket e Rabbad e-touez mibien Ammon? E hirder a zo nav ilinad (~ 4.5 m), e ledander pevar ilinad (~ 2 m), a ilinad den.

12  En amzer-se hon eus kemeret dalc'h eus ar vro-se. Roet em eus d'ar Rubeniz ha d'ar C'hadiz an douaroł adalek Aroer, a zo war froud an Arnon, hag an hanter eus menez Galaad gant e gźrioł.

13  An nemorant eus Galaad ha Basan a-bezh, rouantelezh Og, am eus roet da hanter-veuriad Manase, holl rannvro Argob gant Basan a-bezh, a c'halved bro ar Refaim.

14  Jair mab Manase a gemeras holl rannvro Argob betek harz ar C'heshurianed hag ar Vaakatianed hag a roas e anv da vourc'hioł Basan, galvet Bourc'hioł Jair betek hiziv.

15  Roet em eus Galaad da Vakir.

16  D'ar Rubeniz ha d'ar C'hadiz em eus roet adalek Galaad betek froud an Arnon, betek kreiz ar froud, ha betek froud Jabok, harz gant mibien Ammon,

17  hag ar blaenenn bevennet gant ar Jordan, adalek Kinnered betek mor ar blaenenn, Mor an Holen, e traoń ar Pisga, war-zu ar sav-heol.

18  En amzer-se em eus roet urzhioł o lavarout: An AOTROU ho Toue en deus roet deoc'h ar vro-mań evit he ferc'hennań. C'hwi holl, tud kadarn, tremenit harnezet dirak ho preudeur, mibien Israel.

19  Ra chomo hepken ho kwragez, ho pugaligoł hag ho loened, ha gouzout a ran hoc'h eus kalz, er c'hźrioł am eus roet deoc'h,

20  ken na roio diskuizh an AOTROU d'ho preudeur evel deoc'h, ha ken na berc'hennint int ivez ar vro emań an AOTROU ho Toue o vont da reiń dezho en tu all d'ar Jordan. Hag e tistroiot pep hini ac'hanoc'h d'an dalc'h am eus roet deoc'h.

21  En amzer-se em eus roet urzhioł da Jozue o lavarout: Da zaoulagad o deus gwelet ar pezh en deus graet an AOTROU ho Toue d'an daou roue-se; evel-se e raio an AOTROU d'an holl rouantelezhioł az po da dremen drezo.

22  N'ho pet ket aon razo, an AOTROU ho Toue a stourmo evidoc'h.

23  En amzer-se em eus goulennet gras digant an AOTROU o lavarout:

24  Aotrou AOTROU, kroget ec'h eus da ziskouez da'z servijer da vraster ha da zorn kreńv, rak pehini eo an doue, en neńv ha war an douar, a c'hellfe seveniń oberennoł ha burzhudoł heńvel ouzh da re?

25  Me az ped, ma tremenin ha ma welin ar vro vat-se a zo en tu all d'ar Jordan, ar menez mat-se hag al Liban.

26  Met an AOTROU a fuloras a-enep din en abeg deoc'h, ne selaouas ket ouzhin. An AOTROU a lavaras din: A-walc'h eo! Na gomz ken ouzhin eus an afer-se!

27  Pign war lein ar Pisga, sav da zaoulagad war-zu ar c'huzh-heol ha war-zu an hanternoz ha war-zu ar c'hreisteiz ha war-zu ar sav-heol, ha sell gant da zaoulagad; met ne dremeni ket ar Jordan-se.

28  Ro urzhioł da Jozue, kreńva anezhań, kennerzh anezhań, rak eń eo a dremeno dirak ar bobl-mań, hag a roio da hźrezh dezho ar vro a weli.

29  Chomet omp en draonienn a-dal da Vet-Peor.

 

Pennad 4

Sentiń ouzh an AOTROU. Kźrioł-repuiń

1  Bremań Israel, selaou ar reolennoł hag ar barnedigezhioł a gelennan deoc'h evit ober diouto, evit ma vevot ha ma'z eot da berc'hennań ar vro a ro deoc'h an AOTROU, Doue ho tadoł.

2  Ne lakaiot netra ouzhpenn er c'homzoł a gemennan deoc'h ha ne lammot netra diouto, met e virot gourc'hemennoł an AOTROU ho Toue a gemennan deoc'h.

3  Ho taoulagad o deus gwelet ar pezh en deus graet an AOTROU en afer Baal-Peor; an AOTROU da Zoue en deus distrujet eus ho touez pep den hag a oa aet war-lerc'h Baal-Peor.

4  Met c'hwi, ar re a zo en em staget ouzh an AOTROU ho Toue, c'hwi holl a zo bev hiziv.

5  Setu, kelennet em eus deoc'h ar reolennoł hag ar barnedigezhioł, evel m'en deus gourc'hemennet din an AOTROU va Doue, evit ma reot diouto e-kreiz ar vro ma'z eot e-barzh d'he ferc'hennań.

6  O mirit ha grit diouto, rak eno e vo ho furnez hag ho skiant dirak daoulagad ar pobloł, a lavaro o klevout an holl reolennoł-se: Ar vroad vras-mań eo ar bobl hepken a zo fur ha skiantek!

7  Rak pehini eo ar vroad vras he defe he doueoł tost outi evel an AOTROU hon Doue bep gwech ma c'halvomp anezhań?

8  Ha pehini eo ar vroad vras he defe reolennoł ha barnedigezhioł reizh evel an holl lezennoł-se a lakaan hiziv dirazoc'h?

9  Koulskoude, en em ziwall ha taol evezh gant pled ouzh da ene, gant aon n'ankounac'hafes an traoł o deus gwelet da zaoulagad, ha gant aon na'z afent er-maez eus da galon deiz ebet eus da vuhez. O c'helenn a ri da'z mibien ha da'z mibien-vihan.

10  Az pez sońj eus an deiz ma en em zalc'hjout dirak an AOTROU da Zoue en Horeb, pa lavaras an AOTROU din: Dastum din ar bobl, hag e rin dezho klevout va c'homzoł evit ma teskint doujań ac'hanon e-pad an holl zeizioł ma vevint war an douar hag evit ma henn kelennint d'o vibien.

11  Tostaet oc'h d'en em zerc'hel e traoń ar menez. Ar menez a zeve gant tantezioł betek kreiz an neńv, hag e oa teńvalijenn, koumoul ha dic'houloł.

12  An AOTROU a gomzas a-greiz an tan; klevet hoc'h eus ur vouezh a gomze hep gwelout skeudenn ebet, klevet hoc'h eus ur vouezh hepken.

13  Hag e roas da glevout e emglev, a c'hourc'hemennas deoc'h da virout: an dek gourc'hemenn. Hag e skrivas anezho war ziv daolenn vaen.

14  En amzer-se an AOTROU a c'hourc'hemennas din kelenn deoc'h reolennoł ha barnedigezhioł, evit ma reot diouto e-kreiz ar vro ma'z eot e-barzh d'he ferc'hennań.

15  Taolit evezh gant pled ouzh hoc'h eneoł, peogwir n'hoc'h eus gwelet skeudenn ebet e deiz ma komzas an AOTROU ouzhoc'h en Horeb a-greiz an tan,

16  gant aon n'en em vreinfec'h en ur ober ur skeudenn gizellet, ur skeudenn eus un idol bennak, an taolennadur eus ur par pe ur barez,

17  an taolennadur eus ul loen bennak a vefe war an douar, an taolennadur eus ul labous askellek a nij en oabl,

18  un taolennadur eus ar re a ruz war an douar, an taolennadur eus ur pesk a zo en doureier dindan an douar.

19  gant aon ivez penaos o sevel ho taoulagad war-zu an neńv hag o welout an heol, al loar, ar stered, holl arme an neńv, na vefes bountet d'en em stouiń dirazo ha da servijań an traoł-se, a zo bet lodet gant an AOTROU da Zoue d'an holl bobloł a zo dindan an neńvoł.

20  An AOTROU en deus ho lakaet da vont kuit eus forn houarn an Ejipt, evit bezań dezhań pobl e hźrezh, ar pezh ez oc'h hiziv.

21  An AOTROU a fuloras a-enep din en abeg deoc'h hag a douas na dremenjen ket ar Jordan ha n'ajen ket er vro vat a ro dit an AOTROU da Zoue evel hźrezh.

22  Emaon o vont da vervel er vro-mań, ne dremenin ket ar Jordan, met c'hwi a dremeno hag a berc'henno ar vro vat-se.

23  Taolit evezh gant aon na ankounac'hafec'h an emglev en deus graet an AOTROU ho Toue ganeoc'h ha na rafec'h ur skeudenn gizellet pe un taolennadur eus un dra bennak, ar pezh en deus difennet ouzhit an AOTROU da Zoue.

24  Rak an AOTROU da Zoue a zo un tan loskus, un Doue gwarizius.

25  Pa ez po mibien ha mibien-vihan, ha pa ho po chomet pell er vro, mar en em vreinit en ur ober ur skeudenn gizellet pe un taolennadur bennak, oc'h ober an droug dirak daoulagad an AOTROU da Zoue evit e fuloriń,

26  e kemeran an neńvoł hag an douar da dest en hoc'h enep, penaos e viot distrujet buan a-ziwar c'horre ar vro emaoc'h o vont da berc'hennań en tu all d'ar Jordan, ne hiraiot ket ho teizioł eno, met mont a reot prim da goll.

27  An AOTROU a stlabezo ac'hanoc'h e-touez ar vroadoł, ha ne vanot nemet un niver bihan e-touez ar pobloł e-lec'h ma kaso an AOTROU ac’hanoc’h.

28  Hag e servijot eno doueoł graet gant daouarn an den, koad pe maen, na welont ket, na glevont ket, na zebront ket, na c'hweshaont ket.

29  Mar klaskez ac'hane an AOTROU da Zoue, e kavi anezhań, pa en klaski eus da holl galon hag eus da holl ene.

30  Pa vi er glac'har ha ma vo erruet an holl draoł-se ganit, neuze, en deizioł war-lerc'h, e tistroi d'an AOTROU da Zoue hag e senti ouzh e vouezh,

31  rak an AOTROU da Zoue a zo un Doue trugarezus, na'z tilezo ket ha na'z tistrujo ket, na n'ankounac’haio ket emglev da dadoł, en deus touet dezho.

32  Goulenn digant an deizioł tremenet a zo bet a-raok dit, adalek an deiz ma krouas Doue an den war an douar, hag adalek penn an neńvoł betek dibenn an neńvoł, hag-eń ez eus bet un dra ken bras, hag-eń ez eus bet klevet un dra heńvel?

33  Hag-eń ez eus bet ur bobl o klevout mouezh Doue o komz a-greiz an tan evel ma ec'h eus klevet, hag a vefe chomet bev?

34  Hag-eń ez eus esaeet un doue dont da gemer e-unan ur bobl a-greiz ur bobl all dre amprouennoł, sinoł, mirakloł ha stourmadegoł, dre un dorn kreńv hag ur vrec'h astennet, ha dre spontoł bras, evel kement en deus graet an AOTROU ho Toue en Ejipt dindan ho taoulagad?

35  Diskouezet eo bet dit evit ma'c'h anavezi penaos eo Doue an AOTROU, ha n'eus hini all ebet nemetań.

36  Eus an neńvoł en deus graet dit klevout e vouezh evit da gelenn, war an douar en deus diskouezet dit e dan bras; klevet ec'h eus e gomzoł a-greiz an tan.

37  Dre m'en deus karet da dadoł, en deus dibabet o lignez war o lerc'h hag en deus lakaet ac'hanout da vont kuit eus an Ejipt dirazań e-unan dre e c'halloud bras,

38  evit kas kuit azirazout broadoł brasoc'h ha nerzhusoc'h egedout, evit da lakaat da vont en o bro hag evit he reiń dit da hźrezh, evel m'emań hiziv.

39  Gouez eta hiziv ha merk en da galon penaos eo Doue an AOTROU, d'an nec'h en neńv ha d'an traoń war an douar, ha n'eus hini all ebet nemetań,

40  mir e reolennoł hag e c'hourc'hemennoł a gemennan dit hiziv, evit ma vi eürus, te ha da vibien war da lerc'h, evit ma vo hiraet da zeizioł war an douar a ro dit an AOTROU da Zoue.

41  Neuze Moizez a lakaas a-du teir c'hźr en tu-mań d'ar Jordan, d'ar sav-heol,

42  evit ma tec'ho enno ar muntrer en devo lazhet e nesań diratozh, hep bezań bet kasoni diagent, evit ma vevo en ur dec'hout da unan eus ar c'hźrioł-se,

43  da c'houzout: Bezer en distro, er blaenenn, evit ar Rubeniz, Ramod e Galaad evit ar C'hadiz, Golan e Basan evit ar Vanasiz.

44  Setu al lezenn a lakaas Moizez dirak mibien Israel.

45  Setu an testenioł, ar reolennoł hag ar barnedigezhioł a roas Moizez da vibien Israel goude ma oant aet kuit eus an Ejipt,

46  en tu-mań d'ar Jordan, en draonienn, a-dal da Vet-Peor, e bro Sihon, roue an Amoreaned, a oa o chom en Hesbon hag a voe pilet gant Moizez ha gant mibien Israel goude ma oant aet kuit eus an Ejipt.

47  Int a berc'hennas e vro ha bro Og, roue Basan, daou roue an Amoreaned a oa en tu-mań d'ar Jordan, d'ar sav-heol,

48  adalek Aroer war ribl froud an Arnon, betek Menez Sion hag a zo an Hermon,

49  hag an holl blaenenn en tu-mań d'ar Jordan, d'ar sav-heol, betek mor ar blaenenn e traoń ar Pisga.

 

Pennad 5

An dek gourc'hemenn

1  Moizez a zastumas holl Israel hag a lavaras: Selaou, Israel, ar reolennoł hag ar barnedigezhioł a zisklźrian hiziv d'ho tivskouarn. O deskit, o mirit ha grit diouto.

2  An AOTROU hon Doue en deus graet ganeomp un emglev en Horeb.

3  N'eo ket gant hon tadoł en deus graet an AOTROU an emglev-se, met ganeomp-ni a zo amań hiziv, bev holl.

4  An AOTROU a gomzas ouzhoc'h dremm ouzh dremm war ar menez, a-greiz an tan.

5  En em zerc'hel a raen neuze etre an AOTROU ha c'hwi evit kemenn deoc'h komz an AOTROU, aon ho poa bet rak an tan ha ne oac'h ket pignet war ar menez. Lavarout a reas:

6  Me eo an AOTROU da Zoue, en deus tennet ac'hanout eus bro Ejipt, eus an ti sklavelezh.

7  Ne'z po ket doueoł all dirazon.

8  Ne ri ket dit na skeudenn gizellet, na taolennadur eus an traoł a zo d'an nec'h en neńvoł, a zo d'an traoń war an douar, hag a zo en doureier dindan an douar;

9  n'en em stoui ket dirazo ha ne serviji ket anezho, rak me eo an AOTROU da Zoue, un Doue gwarizius a gastiz direizhder an tadoł war ar vugale betek an trede hag ar pevare rumm eus ar re a gasa ac'hanon,

10  hag a ra trugarez betek ar milvet rumm d'ar re a gar ac'hanon hag a vir va gourc'hemennoł.

11  Ne gemeri ket anv an AOTROU da Zoue en aner, rak an AOTROU ne zalc'ho ket evit didamall an hini en devo kemeret e anv en aner.

12  Mir deiz ar sabad evit e santelaat, evel m'en deus gourc'hemennet dit an AOTROU da Zoue;

13  labourat a ri c'hwec'h devezh hag e ri da holl oberoł,

14  met ar seizhvet deiz eo sabad an AOTROU da Zoue; ne ri labour ebet, na te, na da vab, na da verc'h, na da servijer, na da vatezh, na da ejen, na da azen, nag hini ebet eus da loened, na da ziavaeziad a zo e-barzh da zorojoł, evit ma tiskuizho da servijer ha da vatezh.

15  Dalc'h sońj ez out bet sklavour e bro Ejipt, hag en deus lakaet ac'hanout da vont kuit ac'hane an AOTROU da Zoue dre un dorn kreńv hag ur vrec'h astennet, setu perak en deus gourc'hemennet dit an AOTROU da Zoue mirout deiz ar sabad.

16  Enor da dad ha da vamm, evel m'en deus gourc'hemennet dit an AOTROU da Zoue, evit ma vo hiraet da zeizioł ha ma vi eürus war an douar a ro dit an AOTROU da Zoue.

17  Ne vuntri ket.

18  Ne ri ket a avoultriezh.

19  Ne laeri ket.

20  Ne lavari ket a falstesteni a-enep da nesań.

21  Ne c'hoantai ket gwreg da nesań, ne avii ket ti da nesań, nag e bark, nag e servijer, nag e vatezh, nag e ejen, nag e azen, na tra ebet a vefe da'z nesań.

22  An AOTROU a lavaras ar c'homzoł-se d'an holl vodadenn war ar menez a-greiz an tan, ar c'houmoul hag an deńvalijenn, dre ur vouezh kreńv, ha netra ouzhpenn. Hag e skrivas anezho war ziv daolenn vaen a roas din.

23  Pa hoc'h eus klevet ar vouezh a-greiz an dic'houloł, ar menez o teviń gant tantezioł, tostaet oc'h ouzhin gant ho pennoł a veuriadoł hag hoc'h henaourien,

24  o lavarout: Setu, an AOTROU hon Doue en deus diskouezet deomp e c'hloar hag e vraster, klevet hon eus e vouezh a-greiz an tan, gwelet hon eus hiziv penaos e c'hell Doue komz ouzh un den, hag e chom bev an den-se.

25  Ha bremań, perak e varvfemp? Rak an tan bras-se a guzumo ac'hanomp! Mar klevomp c'hoazh mouezh an AOTROU hon Doue, e varvimp.

26  Piv eo an den hag en defe klevet mouezh an Doue bev o komz a-greiz an tan, hag a vefe chomet bev?

27  Tosta, te, ha selaou kement a lavaro an AOTROU hon Doue, ha goude e tegasi deomp kement en devo lavaret an AOTROU hon Doue, ha ni a selaouo ha ni a raio diouzh-se.

28  An AOTROU a glevas trouz ho komzoł pa hoc'h eus lavaret anezho. An AOTROU a lavaras din: Klevet em eus trouz komzoł ar bobl pa o deus lavaret anezho, mat eo ar pezh o deus lavaret.

29  Ra o devo atav an hevelep kalon evit va doujań hag evit mirout va gourc'hemennoł, hag e vint eürus, int hag o mibien, da viken.

30  Kae ha lavar dezho: Distroit d'ho teltennoł,

31  met te a chomo amań ganin, hag e lavarin dit an holl c'hourc'hemennoł, reolennoł ha barnedigezhioł a zeski dezho evit ma raint diouto er vro a roan dezho da hźrezh.

32  Mirit ar pezh en deus gourc'hemennet an AOTROU ho Toue deoc'h ha grit dioutań, ne zistroiot nag a-zehou nag a-gleiz.

33  Kerzhout a reot en holl hent en deus gourc'hemennet an AOTROU ho Toue, evit ma vevot, ma vint eürus ha ma vo hiraet ho teizioł war an douar a berc'hennot.

 

Pennad 6

Karout an AOTROU

1  Setu ar gourc'hemennoł, ar reolennoł hag ar barnedigezhioł en deus gourc'hemennet an AOTROU ho Toue deskiń deoc'h, evit ma reot diouto er vro ma'z eot e-barzh d'he ferc'hennań,

2  evit ma touji an AOTROU da Zoue, o virout e holl reolennoł hag e holl c'hourc'hemennoł a gemennan dit, te, da vab ha da vibien-vihan, en holl zeizioł da vuhez, evit ma vo hiraet da zeizioł.

3  Selaou a ri eta, Israel, hag ec'h eveshai ma vo graet diouto, evit ma vi eürus ha ma kreskot meurbet, evel m'en deus lavaret an AOTROU, Doue da dadoł, er vro a zever gant laezh ha mel.

4  Selaou, Israel! An AOTROU hon Doue a zo an AOTROU hepken.

5  Karout a ri an AOTROU da Zoue, eus da holl galon, eus da holl ene, eus da holl nerzh.

6  Ar c'homzoł-se a c'hourc'hemennan dit hiziv a vo en da galon,

7  o c'helenn a ri da'z mibien hag e komzi diouto pa vi ez ti ha pa gerzhi war an hent, pa c'hourvezi ha pa savi,

8  hag ec'h erei anezho evel un arouez war da zorn, hag e vint evel talgenoł etre da zaoulagad;

9  o skrivań a ri war bostoł da di ha war da zorojoł.

10  P'en devo da lakaet an AOTROU da Zoue da vont er vro en deus touet da'z tadoł, da Abraham, da Izaak, da Jakob reiń dit, gant kźrioł bras ha mat na'c'h eus ket savet,

11  tiez leun a bep seurt madoł na'c'h eus ket leuniet, puńsoł toullet na'c'h eus ket toullet, gwiniegi ha gwez-olivez na'c'h eus ket plantet, pa zebri hag ez po da walc'h,

12  diwall d'ankounac'haat an AOTROU en deus tennet ac'hanout eus bro Ejipt, eus an ti sklavelezh.

13  Doujań a ri an AOTROU da Zoue, hag e serviji anezhań, hag e toui dre e anv.

14  Ned eot ket war-lerc'h doueoł all, a-douez doueoł ar pobloł a vo en-dro deoc'h,

15  rak an AOTROU da Zoue a zo en da greiz un Doue gwarizius. Fulor an AOTROU da Zoue en em danfe a-enep dit, hag e lamfe ac'hanout a-ziwar an douar.

16  Ne demptot ket an AOTROU ho Toue, evel ma hoc'h eus e demptet e Masa.

17  Mirout a reot gourc'hemennoł an AOTROU ho Toue, e destenioł hag e reolennoł en deus gourc'hemennet dit.

18  Ober a ri ar pezh a zo eeun ha mat dirak daoulagad an AOTROU, evit ma vi eürus ha ma'z i da berc'hennań ar vro vat en deus touet an AOTROU da'z tadoł,

19  o kas kuit da enebourien azirazout, evel m'en deus lavaret an AOTROU.

20  Pa c'houlenno da vab ouzhit en amzer da zont: Petra eo an testenioł, ar reolennoł hag ar barnedigezhioł en deus gourc'hemennet deoc'h an AOTROU hon Doue?

21  e lavari da'z mab: Bez' e oamp sklavourien da Faraon en Ejipt, hag an AOTROU en deus tennet ac'hanomp eus an Ejipt gant un dorn kreńv.

22  An AOTROU en deus graet sinoł ha burzhudoł bras ha spontus a-enep an Ejipt, a-enep Faraon hag a-enep e holl di dirak hon daoulagad,

23  ha tennet en deus ac'hanomp ac'hane, evit degas ac'hanomp d'ar vro en doa touet d'hon tadoł reiń deomp.

24  An AOTROU en deus gourc'hemennet deomp ober diouzh ar reolennoł-mań, o toujań an AOTROU hon Doue, evit ma vimp atav eürus ha ma tiwallo hor buhez evel hiziv.

25  Ar reizhder a zalc'himp pa virimp an holl c'hourc'hemennoł-se ha pa raimp diouto dirak an AOTROU hon Doue, evel m'en deus urzhiet deomp.

 

Pennad 7

Distrujań an idoloł hag o azeulerien

1  P'en devo da lakaet an AOTROU da Zoue da vont er vro ma'z ez e-barzh d'he ferc'hennań, ha p'en devo kaset kuit kalz a vroadoł azirazout, an Hitited, ar C'hirgazianed, an Amoreaned, ar Gananeiz, ar Ferezianed, an Hevianed, ar Jebuziz, seizh broad brasoc'h ha kreńvoc'h egedout,

2  p'en devo o roet dit an AOTROU da Zoue, hag ez po o filet, e lakai anezho da verz, ne ri ket a emglev ganto, ne'z po ket truez outo,

3  n'en em unani ket dezho dre zimeziń, ne roi ket da verc'h d'e vab ha ne gemeri ket e verc'h evit da vab,

4  rak e tistrofent da vab diwar va lerc'h evit servijań doueoł all, hag en em danfe a-enep deoc'h fulor an AOTROU, a zistrujfe ac'hanout buan.

5  Evel-se e reot: neuze e tiskarot o aoterioł, e torrot o delwennoł, e troc'hot o Asheraoł (= doueezoł), e tevot en tan o skeudennoł kizellet.

6  Rak ur bobl santel ez out evit an AOTROU da Zoue. An AOTROU da Zoue en deus da zibabet evit ma vi dezhań ur bobl ispisial, a-douez an holl bobloł a zo war c'horre an douar.

7  N'eo ket abalamour ma'z oc'h niverusoc'h eget ar pobloł all eo en em staget an AOTROU ouzhoc'h hag en deus ho tibabet, rak ez oc'h an hini bihanań eus an holl bobloł.

8  Met dre ma kar an AOTROU ac'hanoc'h ha dre ma vir al le en deus graet d'ho tadoł, en deus tennet an AOTROU ac'hanoc'h gant un dorn kreńv hag en deus dasprenet ac'hanoc'h eus an ti sklavelezh, eus dorn Faraon roue an Ejipt.

9  Gouez eta penaos eo Doue an AOTROU da Zoue, un Doue feal a vir e emglev hag e drugarez betek ar milvet rumm d'ar re a gar anezhań hag a vir e c'hourc'hemennoł,

10  met e rent an hevelep tra war o dremmoł d'ar re a gasa anezhań, evit o lakaat da vervel. Ne zale ket gant an hini a gasa anezhań hag e rent an hevelep tra war e zremm.

11  Mirout a ri ar gourc'hemennoł, ar reolennoł hag ar barnedigezhioł a gemennan dit hiziv, hag e ri diouto.

12  Mar selaouit ar barnedigezhioł-se, ma virit anezho ha ma grit diouto, an AOTROU da Zoue a viro dit an emglev hag an drugarez en deus touet da'z tadoł.

13  Da garout a raio, da vennigań ha da greskiń, bennigań a raio frouezh da gof ha frouezh da zouar, da winizh, da win ha da eoul, klodadoł da saout ha da zeńved, war an douar en deus touet da'z tadoł reiń dit.

14  Benniget e vi muioc'h eget an holl bobloł, ne vo en da greiz na den na gwreg difrouezh, na gaonac’h e-touez al loened.

15  An AOTROU a lamo ar c'hleńved eus da greiz, hag an holl c'houlioł drouk ac'h eus anavezet en Ejipt, ne lakaio ket warnout, met o lakaat a raio war ar re holl a gasa ac'hanout.

16  Distrujań a ri an holl bobloł a roio dit an AOTROU da Zoue, da lagad a vo didruez ha ne serviji ket o doueoł, rak e vefe ur stign evidout.

17  Mar lavarez en da galon: Ar pobloł-se a zo niverusoc'h egedon, penaos e c'hellin o diberc'hennań?

18  Na'z pez ket aon razo, az pez sońj eus ar pezh en deus graet an AOTROU da Zoue da Faraon ha d'an Ejipt a-bezh,

19  eus an amprouennoł bras en deus gwelet da zaoulagad, ar sinoł hag ar burzhudoł, an dorn kreńv hag ar vrec'h astennet, p'en deus da lakaet da vont kuit an AOTROU da Zoue; evel-se e raio an AOTROU da Zoue d'an holl bobloł ac'h eus aon razo.

20  An AOTROU da Zoue a gaso gwesped zoken a-enep dezho, betek ma varvo dirazout ar re a vano hag ar re en em guzho azirazout.

21  Na vez ket spontet abalamour dezho, rak an AOTROU da Zoue a zo en da greiz, un Doue bras ha spontus.

22  An AOTROU da Zoue a gaso kuit ar broadoł-se dirazout tamm ha tamm; ne c'helli ket dont a-benn anezho re vuan, gant aon na zeufe al loened gouez d'en em greskiń a-enep dit.

23  An AOTROU da Zoue o roio dit, hag e tistrujo anezho eus un diskar bras betek ma vint aet da get.

24  Hag e lakaio e rouaned etre da zaouarn, hag e tilami o anv a-zindan an neńvoł, den ne zalc'ho dirazout betek ma vint aet da get.

25  Deviń a reot en tan skeudennoł kizellet o doueoł. Ne c'hoantai ket ha ne gemeri ket evidout an arc'hant hag an aour a vo warno, gant aon na vefe kement-se ur stign, rak ez int un euzhusted d'an AOTROU da Zoue.

26  Ne zegasi ket traoł euzhus da'z ti, evit na vi ket lakaet da verz evelto; heug az po outań, euzh az po outań, rak lakaet da verz ez int.

 

Pennad 8

Derc'hel sońj eus an AOTROU

1  Mirout a reot an holl c'hourc'hemennoł a gemennan dit hiziv hag e reot diouto, evit ma vevot ha ma kreskot, ha ma'z eot da berc'hennań ar vro en doa touet an AOTROU d'ho tadoł.

2  Az pez sońj eus an hent en deus lakaet ac'hanout da gerzhout ennań an AOTROU da Zoue e-pad daou-ugent vloaz el lec'h distro, evit da izelaat ha da amprouiń, evit gouzout petra a oa en da galon ha ma virfes e c'hourc'hemennoł.

3  Da izelaet en deus ha da lezet da gaout naon, met roet en deus dit da zebriń ar mann, n'anavezes ket ha n'anaveze ket da dadoł, evit reiń da c'houzout dit penaos an den ne vev ket gant bara hepken, met penaos an den a vev gant kement a zeu eus genoł an AOTROU.

4  Da zilhad ne voent ket uzet warnout, ha da droad ne voe ket goeńvet e-pad an daou-ugent vloaz-se.

5  Anavez eta en da galon penaos an AOTROU da Zoue a gastiz ac'hanout evel ma kastiz un den e vab.

6  Mir gourc'hemennoł an AOTROU da Zoue evit kerzhout en e hentoł hag evit doujań anezhań.

7  Rak an AOTROU da Zoue a lakaio ac'hanout da vont en ur vro vat, ur vro gant gwazhioł-dour, eienennoł ha lennoł a red en traoniennoł hag er menezioł,

8  ur vro gant gwinizh, heiz, gwiniegi, gwez-fiez ha greunavalenned, ur vro gant gwez-olivez o reiń eoul ha gant mel,

9  ur vro e-lec'h na zebri ket bara gant rouezded, e-lec'h na vanko dit netra, ur vro ma'z eo he mein houarn hag eus he menezioł e kizelli arem.

10  Pa ez po debret hag ez po da walc'h, e vennigi an AOTROU da Zoue abalamour d'ar vro vat en devo roet dit.

11  Diwall d'ankounac'haat an AOTROU da Zoue, o tremen hep mirout e c'hourc'hemennoł, e varnedigezhioł hag e reolennoł a gemennan dit hiziv.

12  Pa ez po debret hag ez po da walc'h, pa ez po savet tiez kaer evit chom enno,

13  pa vo kresket da saout ha da zeńved, pa vo kresket da arc'hant ha da aour ha pa vo kresket kement a zo dit,

14  ra n'en em uhelaio ket da galon, ra n'ankounac'hai ket an AOTROU da Zoue en deus tennet ac'hanout eus bro Ejipt, eus an ti sklavelezh,

15  en deus lakaet ac'hanout da gerzhout en distro bras hag euzhus-se, leun a naered gwrezus hag a gruged, e lec'hioł sec'h hep dour, en deus lakaet dour da zont er-maez eus ar roc'h evidout, eus ar rec'hell,

16  en deus roet dit da zebriń el lec'h distro ar mann n'anaveze ket da dadoł, evit izelaat hag amprouiń ac'hanout, hag evit ober vad dit da c'houde.

17  Ra ne lavari ket en da galon: Va nerzh ha galloud va dorn o deus prenet din ar madoł-se.

18  Az pez sońj eus an AOTROU da Zoue, rak eń eo a roio dit an nerzh da brenań madoł, evit kadarnaat an emglev en deus touet da'z tadoł, evel m'emań hiziv.

19  Mar c'hoarvezfe ec'h ankounac'hafes an AOTROU da Zoue ha ma'c'h afes war-lerc'h doueoł all, ma o servijfes ha ma'c'h en em stoufes dirazo, e testan deoc'h hiziv: a-dra-sur e viot kollet!

20  Evel ar pobloł en deus lakaet an AOTROU da vont da get dirazoc'h, e viot kollet, rak n'ho po ket sentet ouzh mouezh an AOTROU ho Toue.

 

Pennad 9

Al leue aour

1  Selaou, Israel! Emaout o vont da dremen hiziv ar Jordan evit trec'hiń pobloł brasoc'h ha kreńvoc'h egedout, kźrioł bras ha mogeriet betek an neńv,

2  ur bobl vras hag a vent uhel, mibien an Anakim a anavezez, hag ec'h eus klevet diwar o fenn: Piv a zalc'ho dirak mibien Anak?

3  Gouez eta hiziv penaos an AOTROU da Zoue a dremeno dirazout evel un tan loskus, eń eo o distrujo hag o izelaio dirazout. O c'hasi kuit hag o lakai da vervel buan, evel m'en deus lavaret an AOTROU.

4  P'en devo o c'haset kuit an AOTROU da Zoue dirazout, ne lavari ket en da galon: En abeg da'm reizhder eo en deus degaset ac'hanon an AOTROU da berc'hennań ar vro-mań. Rak en abeg da zrougiezh ar pobloł-se eo e tiberc'henn an AOTROU anezho dirazout.

5  N'eo ket en abeg da'z reizhder ha da eeunder da galon emaout o vont da berc'hennań ar vro, met en abeg da zrougiezh ar pobloł-se eo e tiberc'henn anezho an AOTROU da Zoue dirazout, hag evit kadarnaat ar gomz en deus touet an AOTROU da'z tadoł, da Abraham, da Izaak ha da Jakob.

6  Gouez eta penaos n'eo ket en abeg da'z reizhder e ro dit an AOTROU da Zoue ar vro vat-se evit he ferc'hennań, dre ma'z out ur bobl a c'houzoug reut.

7  Az pez sońj, n'ankounac'ha ket penaos ec'h eus kounnaret an AOTROU da Zoue en distro, adalek an deiz ma'z out aet kuit eus bro Ejipt betek ma'z oc'h erruet el lec'h-mań, ez oc'h bet disentus ouzh an AOTROU.

8  Kounnaret hoc'h eus ivez an AOTROU en Horeb, hag an AOTROU a fuloras a-enep deoc'h, gant ar sońj d'ho tistrujań.

9  Pa'z on pignet war ar menez evit degemer an taolennoł maen, taolennoł an emglev en deus graet an AOTROU ganeoc'h, ez on chomet war ar menez daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh hep debriń bara hag hep evań dour.

10  An AOTROU a roas din an div daolenn vaen, skrivet gant biz Doue, ha warno e oa an holl gomzoł en doa lavaret an AOTROU war ar menez a-greiz an tan, da zeiz ar vodadeg.

11  A-benn daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh e roas an AOTROU din an div daolenn vaen, taolennoł an emglev.

12  An AOTROU a lavaras din: Sav, hast diskenn ac'hann, rak da bobl, an hini ac'h eus lakaet da vont kuit eus an Ejipt, a zo en em vreinet. Distroet int bet buan eus an hent am boa gourc'hemennet dezho, graet o deus ur skeudenn deuzet.

13  An AOTROU a gomzas o lavarout: Sellet em eus ouzh ar bobl-mań, ha setu, eo ur bobl a c'houzoug reut.

14  Lez ac'hanon hag e tistrujin anezho hag e lamin o anv a-zindan an neńvoł, hag e rin ac'hanout ur bobl kreńvoc'h ha brasoc'h egeto.

15  Me a zistroas hag a ziskennas a-ziwar ar menez, ar menez a zeve gant tan, div daolenn an emglev am boa em daouarn.

16  Sellet em eus ha setu, pec'het ho poa a-enep an AOTROU ho Toue, graet ho poa ul leue teuzet, distroet oac'h buan eus an hent en doa gourc'hemennet an AOTROU deoc'h.

17  Kemeret em eus an div daolenn hag o zaolet em eus gant va daouarn d'o zerriń dirak ho taoulagad.

18  En em stouet em eus dirak an AOTROU, evel diagent, daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh hep debriń bara hag hep evań dour, en abeg d'an holl bec'hedoł ho poa graet, oc'h ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, evit e fuloriń.

19  Spontet e voen dirak ar gounnar hag ar fulor en em danas en hoc'h enep a-berzh an AOTROU, evit distrujań ac'hanoc'h. Met an AOTROU a selaouas ouzhin c'hoazh ar wech-mań.

20  An AOTROU a oa kounnaret a-enep Aaron ivez, hag e felle dezhań e lakaat d'ar marv. Pedet em eus evit Aaron ivez en amzer-se.

21  Kemeret em eus ho pec'hed, al leue ho poa graet, hag em eus e zevet en tan, hag em eus e freuzet ken na voe aet e poultr. Taolet em eus ar poultr er froud a ziskenne eus ar menez.

22  Kounnaret hoc'h eus an AOTROU e Tabeera, e Masa hag e Kibrod-Hataava.

23  Pa gasas an AOTROU ac'hanoc'h eus Kadesh-Barnea en ur lavarout: Pignit ha dalc'hit ar vro am eus roet deoc'h, hoc'h eus disentet ouzh gourc'hemenn an AOTROU ho Toue, n'hoc'h eus ket kredet anezhań na sentet ouzh e vouezh.

24  C'hwi a zo bet disentus ouzh an AOTROU abaoe an deiz ma hoc'h anavezan.

25  En em stouet em eus dirak an AOTROU, evel diagent, daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh, rak en doa lavaret an AOTROU e tistrujfe ac'hanoc'h.

26  Me a bedas an AOTROU o lavarout: Aotrou AOTROU, na zistruj ket da bobl, da hźrezh, ac'h eus dasprenet gant da vraster hag ac'h eus lakaet da zont kuit eus an Ejipt gant un dorn nerzhus.

27  Az pez sońj eus da servijerien, Abraham, Izaak ha Jakob, na sell ket ouzh kaleter ar bobl-mań, nag ouzh e zrougiezh, nag ouzh e bec'hed,

28  gant aon na vez lavaret er vro ac'h eus tennet ac'hanomp diouti: Dre ma n'eo ket gouest an AOTROU d'o lakaat da vont er vro en doa prometet dezho, ha dre ma kasa anezho, eo en deus o lakaet da vont kuit evit o lazhań en distro.

29  Ha koulskoude ez int da bobl ha da hźrezh, ac'h eus lakaet da vont kuit eus bro Ejipt dre da c'halloud bras ha da vrec'h astennet.

 

Pennad 10

An div daolenn vaen nevez. Doujań an AOTROU

1  En amzer-se an AOTROU a lavaras din: Gra div daolenn vaen evel ar re gentań, ha pign da'm c'havout war ar menez. Ober a ri ivez un arc'h koad,

2  hag e skrivin war an taolennoł-se ar gerioł a oa war an taolennoł kentań ac'h eus torret, hag e lakai anezho en arc'h.

3  Graet em eus un arc'h e koad kasia ha div daolenn vaen evel ar re gentań, ha pignet on war ar menez gant an div daolenn en em dorn.

4  Hag e skrivas war an taolennoł ar pezh en doa skrivet ar wech kentań, an dek komz en doa lavaret an AOTROU war ar menez a-greiz an tan, da zeiz ar vodadeg. An AOTROU o roas din.

5  Distroet ha diskennet on a-ziwar ar menez, ha lakaet em eus an taolennoł en arc'h am boa graet; eno emaint evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU din.

6  Mibien Israel a yeas kuit eus Beerod-mibien-Jaakan evit Mosera. Aaron a varvas eno hag a voe sebeliet. Eleazar e vab a voe aberzhour en e lec'h.

7  Ac'hane ez ejont kuit evit Gudgoda, hag eus Gudgoda evit Jotbata, ur vro gant gwazhioł-dour.

8  En amzer-se an AOTROU a zispartias meuriad Levi evit dougen arc'h emglev an AOTROU, evit en em zerc'hel dirak an AOTROU, evit e servijań hag evit bennigań en e anv, betek hiziv.

9  Setu perak n'en deus Levi na lodenn na hźrezh gant e vreudeur, an AOTROU eo e hźrezh, evel m'en deus lavaret an AOTROU da Zoue dezhań.

10  En em zalc'het on war ar menez evel an deizioł diagent, daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh. An AOTROU a selaouas ouzhin c'hoazh ar wech-mań, an AOTROU ne fellas ken dezhań da zistrujań.

11  An AOTROU a lavaras din: Sav! Kae evit kerzhout dirak ar bobl, hag ez aint da berc'hennań ar vro am eus touet reiń d'ho tadoł.

12  Bremań eta, Israel, petra a c'houlenn diganit an AOTROU da Zoue, nemet doujań an AOTROU da Zoue, kerzhout en e holl hentoł, karout anezhań, servijań an AOTROU da Zoue eus da holl galon hag eus da holl ene,

13  mirout gourc'hemennoł an AOTROU hag e reolennoł a gemennan dit hiziv, evit ma vi eürus?

14  D'an AOTROU da Zoue eo an neńvoł ha neńvoł an neńvoł, an douar ha kement a zo ennań,

15  ha nemet ouzh da dadoł eo, en em stagas an AOTROU evit o c'harout. War o lerc'h, a-douez an holl bobloł, dibabet en deus ac'hanoc'h, o lignez, evel m'emań hiziv.

16  Amdroc'hit eta ho kalonoł ha na reudit ket ho kouzoug.

17  Rak an AOTROU ho Toue eo Doue an doueoł had Aotrou an aotrounez, an Doue bras, galloudek ha spontus, na ra van ebet eus diavaezioł an dud ha na gemer ket a zonezon,

18  a ro e wir d’an emzivad ha d'an intańvez, a gar an diavaeziad hag a ro dezhań boued ha dilhad.

19  Karout a reot an diavaeziad, rak diavaezidi oc'h bet e bro Ejipt.

20  Doujań a ri an AOTROU da Zoue, hag e serviji anezhań, hag en em stagi outań, hag e toui dre e anv.

21  Eń eo da veuleudi, eń eo da Zoue, eń eo an hini en deus graet en da geńver an traoł bras ha spontus o deus gwelet da zaoulagad.

22  Da dadoł a ziskennas d'an Ejipt, bez' e oant dek ha tri-ugent, ha bremań, an AOTROU da Zoue en deus lakaet ac'hanout da vezań niverus evel stered an neńvoł.

 

Pennad 11

Karout an AOTROU ha mirout e c'hourc'hemennoł

1  Karout a ri an AOTROU da Zoue, hag e viri atav e garg, e reolennoł, e varnedigezhioł hag e c'hourc'hemennoł.

2  Hiziv ec'h anavezit, ar pezh n'o deus ket anavezet ha n'o deus ket gwelet ho mibien, kastizoł an AOTROU ho Toue, e vraster, e zorn kreńv hag e vrec'h astennet,

3  ar sinoł hag an oberoł a reas e-kreiz an Ejipt a-enep Faraon roue an Ejipt hag a-enep e holl vro,

4  ar pezh a reas da armead an Ejipt, d'e gezeg ha d'e girri pa lakaas da zont doureier ar Mor Ruz warno pa zeuent war ho lerc'h, o tistrujań anezho betek hiziv,

5  ar pezh a reas evidoc'h el lec'h distro betek ho tonedigezh el lec'h-mań,

6  ar pezh a reas da Zatan ha da Abiram, mibien Eliab mab Ruben, penaos an douar a zigoras e c'henoł da lonkań anezho gant o ziegezhioł, o zeltennoł hag an holl draoł a oa dezho, e-touez holl Israel.

7  Rak ho taoulagad o deus gwelet an holl oberoł bras en deus graet an AOTROU.

8  Mirout a reot an holl c'hourc'hemennoł a gemennan deoc'h hiziv, evit ma en em greńvaiot ha ma'z eot da berc'hennań ar vro emaoc'h o vont da berc'hennań,

9  hag evit ma vo hiraet ho teizioł war an douar en doa touet an AOTROU reiń d'ho tadoł, dezho ha d'o lignez, ur vro a zever gant laezh ha mel.

10  Rak ar vro ma'z ez e-barzh d'he ferc'hennań n'eo ket evel bro Ejipt ma'z oc'h aet kuit diouti, e-lec'h ec'h hades da had hag e toures anezhań gant da droad evel ul liorzh legumaj.

11  Ar vro ma'z it da dremen e-barzh d'he ferc'hennań a zo ur vro a venezioł hag a draoniennoł, a ev dour glav an neńv,

12  ur vro ma vez an AOTROU da Zoue o kemer preder ganti, emań daoulagad an AOTROU da Zoue dalc'hmat warni, adalek penn kentań ar bloaz betek ar penn diwezhań.

13  Mar sentit ouzh ar gourc'hemennoł a gemennan deoc'h hiziv, mar karit an AOTROU ho Toue o servijań anezhań eus hoc'h holl galon hag eus hoc'h holl ene,

14  me a roio d'ho pro e koulz ar glav eus ar gentań hag eus an diwezhań amzer, hag e tastumi da winizh, da win ha da eoul,

15  me a lakaio geot ez parkeier evit da loened, hag e tebri hag ez po da walc'h.

16  Diwallit ouzh lezel ho kalon touellań ac'hanoc'h, gant aon na zistrofec'h, na servijfec'h doueoł all ha n'en em stoufec'h dirazo.

17  Fulor an AOTROU en em danfe a-enep deoc'h, hag e serrfe an neńvoł, ne vefe ket glav, an douar ne rofe ket e frouezh, hag e varvfec'h buan a-ziwar ar vro vat a ro deoc'h an AOTROU.

18  Lakait eta va c'homzoł-mań en ho kalon hag en hoc'h ene, ereit anezho evel un arouez war ho taouarn, hag e vint evel talgenoł etre ho taoulagad,

19  o c'helenn a ri da'z mibien hag e komzi diouto pa vi ez ti ha pa gerzhi war an hent, pa c'hourvezi ha pa savi,

20  o skrivań a ri war bostoł da di ha war da zorojoł,

21  evit ma vo kresket ho teizioł ha deizioł ho mibien war an douar en doa touet an AOTROU reiń d'ho tadoł, kement ha deizioł an neńvoł a-us d'an douar.

22  Mar mirit an holl c'hourc'hemennoł am eus kemennet deoc'h, ma rit diouto evit karout an AOTROU ho Toue, evit kerzhout en e holl hentoł hag evit en em stagań outań,

23  an AOTROU a gaso kuit dirazoc'h an holl vroadoł-se, hag e teuiot da vestr war broadoł brasoc'h ha kreńvoc'h egedoc'h.

24  Pep lec'h ma vac'ho sol ho treid warnań a vo deoc'h, ho harzoł a vo adalek an distro hag al Liban, adalek ar stźr, ar stźr Eufratez, betek mor ar c'huzh-heol.

25  Den ne zalc'ho dirazoc'h. An AOTROU ho Toue a skuilho aon ha spont ouzhoc'h dre ar vro a vac'hot warni, evel m'en deus lavaret.

26  Setu, e lakaan dirazoc'h hiziv ar vennozh hag ar vallozh,

27  ar vennozh mar sentit ouzh gourc'hemennoł an AOTROU ho Toue, a gemennan deoc'h hiziv,

28  ar vallozh ma ne sentit ket ouzh gourc'hemennoł an AOTROU ho Toue ha ma tistroit eus an hent a gemennan deoc'h hiziv, evit mont war-lerc'h doueoł all n'hoc'h eus ket anavezet.

29  P'en devo da lakaet an AOTROU da Zoue da vont er vro ma'z ez e-barzh d'he ferc'hennań, e tisklźri ar vennozh war Venez Gerizim hag ar vallozh war Venez Ebal.

30  Ha n'emaint ket en tu all d'ar Jordan, war-zu hent ar c'huzh-heol, e bro ar Gananeiz a zo o chom er blaenenn dirak Gilgal, e-kichen dervennoł More?

31  Rak ez it da dremen ar Jordan, evit mont da berc'hennań ar vro a ro deoc'h an AOTROU ho Toue. C'hwi a berc'henno anezhi heg a chomo enni.

32  Mirit an holl reolennoł ha barnedigezhioł a lakaan dirazoc'h hiziv ha grit diouto.

 

Pennad 12

Ul lec'h hepken evit azeuliń

1  Setu ar reolennoł hag ar barnedigezhioł a virot, diouto e reot er vro a ro deoc'h an AOTROU, Doue da dadoł, evit he ferc'hennań, e-pad an holl amzer a vevot war an douar.

2  Distrujań a reot an holl lec'hioł m'o devo servijet enno o doueoł ar broadoł emaoc'h o vont da ziberc'hennań, war ar menezioł uhel, war ar c'hrec'hiennoł ha dindan kement gwezenn c'hlas.

3  Hag e tiskarot o aoterioł, e torrot o delwennoł, e tevot en tan o Asheraoł (= doueezoł), e troc'hot skeudennoł kizellet o doueoł, e tilamot o anvioł diwar al lec'hioł-se.

4  Ne reot ket evel-se e-keńver an AOTROU ho Toue,

5  met klask a reot anezhań el lec'h en devo dibabet an AOTROU ho Toue a-douez hoc'h holl veuriadoł, evit lakaat e anv da chom ennań; dont a ri eno.

6  Eno e tegasot ho loskaberzhoł, hoc'h aberzhoł, ho teogoł, ar profoł savet eus ho taouarn, hoc'h aberzhoł evit seveniń ur gouestl, ho profoł a youl vat, re gentań-ganet ho loened bras hag ho loened bihan.

7  Eno e tebrot dirak an AOTROU ho Toue hag en em laouenaiot, c'hwi hag ho tiegezhioł, eus an holl draoł en devo resevet ho taouarn hag en devo ho penniget an AOTROU ho Toue drezo.

8  Ne reot ket evel ma reomp hiziv, pep hini evel ma kav reizh,

9  rak n'oc'h ket erruet c'hoazh d'an diskuizh ha d'an hźrezh a ro deoc'h an AOTROU ho Toue.

10  Tremen a reot ar Jordan hag e chomot er vro a ro an AOTROU ho Toue da hźrezh deoc'h. Hag ho po diskuizh diouzh hoc'h holl enebourien tro-war-dro, hag e chomot e surentez.

11  Neuze e vo ul lec'h dibabet gant an AOTROU ho Toue evit lakaat e anv da chom ennań. Eno e tegasot kement a c'hourc'hemennan deoc'h, ho loskaberzhoł, hoc'h aberzhoł, ho teogoł, ar profoł savet eus ho taouarn, pep prof ho po dibabet evit seveniń ur gouestl ho po graet d'an AOTROU.

12  Eno en em laouenaiot dirak an AOTROU ho Toue, c'hwi, ho mibien, ho merc'hed, ho servijerien, ho mitizhien, hag al Leviad a vo e-barzh ho torojoł, rak n'en deus na lodenn na hźrezh ganeoc'h.

13  Diwall da ginnig da loskaberzhoł e pep lec'h a weli,

14  met e kinnigi da loskaberzhoł el lec'h dibabet gant an AOTROU en unan eus da veuriadoł, hag eno e ri kement a c'hourc'hemennan dit.

15  Koulskoude, hervez c'hoantoł da ene, e c'helli lazhań ha debriń kig e-barzh da zorojoł, hervez ar vennozh en devo roet dit an AOTROU da Zoue. An hini dic'hlan hag an hini glan a zebro, evel ma vez debret ar c'hazelenn pe ar c'harv.

16  Nemet ne zebrot ket ar gwad, en skuilhot war an douar evel dour.

17  Ne c'helli ket debriń e-barzh da zorojoł deog da winizh, da win ha da eoul, na re gentań-ganet da loened bras ha da loened bihan, na da aberzhoł evit seveniń ur gouestl, na da brofoł a youl vat, nag ar profoł savet eus da zaouarn.

18  Debriń a ri anezho dirak an AOTROU da Zoue, el lec'h dibabet gant an AOTROU da Zoue, te, da vab, da verc'h, da servijer, da vatezh, hag al Leviad a vo e-barzh da zorojoł, hag en em laouenai dirak an AOTROU da Zoue eus an holl draoł en devo resevet da zaouarn.

19  Diwall da zilezel al Leviad keit ha ma vevi war an douar.

20  P'en devo ledanaet an AOTROU da Zoue da harzoł, evel m'en deus prometet dit, e lavari: Fellout a ra din debriń kig! Rak da ene a c'hoantaio debriń kig. Hag e c'helli debriń hervez c'hoantoł da ene.

21  Mard eo pell diouzhit al lec'h dibabet gant an AOTROU da Zoue evit lakaat e anv da chom ennań, e c'helli lazhań eus da loened bras hag eus da loened bihan evel ma em eus gourc'hemennet dit, hag e c'helli o debriń e-barzh da zorojoł hervez c'hoantoł da ene.

22  O debriń a ri evel ma vez debret ar c'hazelenn pe ar c'harv, an hini dic'hlan hag an hini glan o debro.

23  Koulskoude e vi sur na zebri ket ar gwad, rak ar gwad eo an ene, ha ne zebri ket an ene gant ar c'hig.

24  N'en debri ket, en skuilhi war an douar evel dour.

25  N'en debri ket evit ma vi eürus, te ha da vibien war da lerc'h, en ur ober ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU.

26  Met e kemeri da draoł santel ha da aberzhoł evit seveniń ur gouestl, hag e teui d'al lec'h dibabet gant an AOTROU.

27  Kinnig a ri da loskaberzhoł, kig ha gwad, war aoter an AOTROU da Zoue; gwad da aberzhoł all a vo skuilhet war aoter an AOTROU da Zoue, hag e tebri ar c'hig.

28  Mir ha selaou an holl draoł a c'hourc'hemennan dit evit ma vi eürus, te ha da vibien war da lerc'h, da viken, en ur ober ar pezh a zo mat ha reizh dirak daoulagad an AOTROU da Zoue.

29  P'en devo distrujet an AOTROU da Zoue azirazout ar vroadoł emaout o vont da ziberc'hennań, pa berc'henni o bro hag e chomi enni,

30  diwall da gouezhań er pech en ur vont war o lerc'h, goude ma vint bet distrujet azirazout; diwall da glask titouroł diwar-benn o doueoł, o lavarout: Penaos e servije ar pobloł-se o doueoł? Me a raio evel-se, me ivez.

31  Ne ri ket evel-se e-keńver an AOTROU da Zoue, rak graet o deus d'o doueoł kement a zo un euzhusted d'an AOTROU, ar pezh a gasa, ha zoken o deus devet en tan o mibien hag o merc'hed d'o doueoł.

32  Mirout a reot an holl draoł a c'hourc'hemennan dit hag e reot diouto, ha ne lakaiot netra ouzhpenn enno ha ne lammot netra diouto.

 

Pennad 13

Arabat mont war-lerc'h doueoł all

1  Mar sav en da greiz ur profed pe un huńvreer, hag a ro dit ur sin pe ur burzhud,

2  ha ma c'hoarvez ar sin-se pe ar burzhud-se en deus komzet diwar e benn en ur lavarout: Deomp war-lerc'h doueoł all na'c'h eus ket anavezet ha servijomp anezho!

3  Ne selaoui ket komzoł ar profed-se nag an huńvreer-se, rak an AOTROU ho Toue a amprouo ac'hanoc'h evit gouzout hag e karit an AOTROU ho Toue eus hoc'h holl galon hag eus hoc'h holl ene.

4  Mont a reot war-lerc'h an AOTROU ho Toue hag e toujot anezhań. Mirout a reot e c'hourc'hemennoł hag e sentot ouzh e vouezh, servij a reot anezhań hag en em stagot outań.

5  Met lakaet e vo d'ar marv ar profed-se pe an huńvreer-se, rak komzet en deus eus treiń kein d'an AOTROU ho Toue en deus tennet ac'hanoc'h eus bro Ejipt hag en deus dasprenet ac'hanoc'h eus an ti sklavelezh, evit distreiń ac'hanout eus an hent en deus gourc'hemennet an AOTROU da Zoue kerzhout warnań. Evel-se e vo lamet an droug diouzh da greiz.

6  Pa zougo ac'hanout d'an droug da vreur mab da vamm, pe da vab, pe da verc'h, pe da wreg war da vruched, pe da vignon a zo evel da ene, o lavarout e kuzh: Deomp ha servijomp doueoł all na'c'h eus ket anavezet, na te na da dadoł,

7  a-douez doueoł ar pobloł a zo en-dro, tost pe pell, adalek penn an douar betek dibenn an douar,

8  n'asanti ket dezhań ha ne selaoui ket anezhań. Da lagad a vo didruez, n'esperno ket anezhań, ne c'holoi ket anezhań,

9  met a-dra-sur e lazhi anezhań. Da zorn a vo warnań da gentań evit e lakaat d'ar marv, ha dorn an holl bobl goude.

10  Hag e veinatai anezhań d'ar marv, rak klasket en deus distreiń ac'hanout diouzh an AOTROU da Zoue en deus tennet ac'hanout eus bro Ejipt, eus an ti sklavelezh.

11  Holl Israel a glevo kement-se hag a zoujo, ha ne vo ken graet un dra ken fall en da greiz.

12  Pa glevi lavarout diwar-benn unan eus ar c'hźrioł en devo roet dit an AOTROU da Zoue evit chom enno:

13  Tud fall, mibien an droug, a zo deuet er-maez ac'hanout hag o deus douget d'an droug annezidi ar gźr-se o lavarout: Deomp ha servijomp doueoł all na'c'h eus ket anavezet,

14  e reni un enklask, e c'houlenni hag e klaski gouzout gant evezh. Mard eo gwir ha diarvar an dra-se, graet eo un euzhusted en ho touez,

15  a-dra-sur e lazhi annezidi ar gźr-se gant troc'h ar c'hleze hag e lakai anezhi da verz gant kement a vo enni, hag e lazhi al loened gant troc'h ar c'hleze.

16  Dastum a ri e-kreiz al leurgźr hec'h holl ziwisk hag e tevi en tan ar gźr gant hec'h holl ziwisk dirak an AOTROU da Zoue. Ur yoc'h e vo da viken ha ne vo ken adsavet.

17  Ne chomo netra ez torn eus ar pezh a zo lakaet da verz, evit ma tistroio an AOTROU eus gwrez e gounnar, ma raio dit truez, m'en devo trugarez ouzhit ha ma lakaio ac'hanout da greskiń, evel m'en deus touet da'z tadoł,

18  pa ec'h eus sentet ouzh mouezh an AOTROU da Zoue, o virout e holl c'hourc'hemennoł a gemennan dit hiziv, hag oc'h ober ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU da Zoue.

 

Pennad 14

Loened glan ha dic'hlan. An deog

1  Mibien an AOTROU ho Toue emaoc'h-c'hwi. N'en em reot flańch ebet ha n'en em douzot ket etre ho taoulagad evit unan marv.

2  Rak ur bobl santel ez out evit an AOTROU da Zoue. An AOTROU da Zoue en deus da zibabet evit ma vi dezhań ur bobl ispisial, a-douez an holl bobloł a zo war c'horre an douar.

3  Ne zebri netra euzhus.

4  Setu amań al loened a zebrot: an ejen, an dańvad , ar c'havr,

5  ar c'harv, ar c'hazelenn, an demm, ar c'hragvouc'h, an heizez, ar bual, ar yourc'h.

6  Kement loen a zo faoutet e garn, forc'hek e droad, hag a zaskir e-touez an anevaled, a zebrot.

7  Koulskoude, a-douez ar re a zaskir pe a-douez ar re a zo faoutet o c'harn pe a-douez ar re a zo forchek o zroad, ne zebrot ket ar c'hańval, ar c'had hag ar c'honikl, rak daskiriat a reont met n'eo ket faouted o c'harn, dic'hlan e vint evidoc'h,

8  hag an hoc'h rak faoutet eo e garm met ne zaskir ket, dic'hlan e vo evidoc'h. Ne zebrot ket eus o c'hig ha ne stokot ket ouzh o c'horfoł marv.

9  Setu amań ar re a zebrot a-douez ar pezh a zo en doureier. Kement en deus angelloł ha skant a zebrot.

10  Koulskoude, ar re n'o deus na angelloł na skant ne zebrot ket, dic'hlan e vint evidoc'h.

11  Kement labous glan a zebrot.

12  Setu amań ar re na zebrot ket: an erer, ar grifon, an erer-spluj,

13  ar gup, ar barged, ar bultur hag e rumm,

14  ar vran hag hec'h holl rummoł,

15  ar struskańval, an toud, ar skrav, ar sparfell hag he rumm,

16  an hoper-noz, ar gaouenn, an alarc'h,

17  ar pilikant, ar morvaout, ar morvran,

18  ar c'hwibon, ar gerc'heiz hag he rumm, an houperig hag al logodenn-dall.

19  Pep loen a ruz hag a nij a vo un euzhusted evidoc'h, ne zebrot ket diouto.

20  Kement labous glan a zebrot.

21  Ne zebrot ket ul loen marvet anezhań e-unan; e reiń a ri d'an diavaeziad a vo e-barzh da zorojoł hag eń en debro, pe en gwerzhi d'un diavaeziad, rak ur bobl santel ez out evit an AOTROU da Zoue. Ne boazhi ket ar menn-gavr e laezh e vamm.

22  Ne vanki ket da reiń an deog eus an holl frouezh taolet diwar da had, eus ar pezh a denni eus da bark, bep bloaz.

23  Hag e tebri dirak an AOTROU da Zoue, el lec'h en devo dibabet evit lakaat e anv da chom ennań, deog da winizh, da win ha da eoul, ha re gentań-ganet da loened bras ha da loened bihan, evit ma teski doujań atav an AOTROU da Zoue.

24  Mard eo re hir evidout an hent, p'en devo da venniget an AOTROU da Zoue, en hevelep doare ma ne c'helli ket dougen kement-se, dre ma vo re bell al lec'h dibabet gant an AOTROU da Zoue evit lakaat e anv da chom ennań,

25  neuze, e troki anezho en arc'hant hag e serri an arc'hant ez torn. Mont a ri d'al lec'h en devo dibabet an AOTROU da Zoue,

26  hag e roi an arc'hant en trok eus kement a c'hoantaio da ene, loened bras pe bihan, gwin, evajoł kreńv, hervez c'hoantoł da ene e tebri dirak an AOTROU da Zoue, en em laouenai, te ha da diegezh.

27  Ne zilezi ket al Leviad a vo e-barzh da zorojoł, rak n'en deus na lodenn na hźrezh ganit.

28  A-benn tri bloaz, e tenni holl zeog da leve eus ar bloavezh-se hag e lakai anezhań e-barzh da zorojoł.

29  Dont a raio al Leviad, n'en deus na lodenn na hźrezh ganit, an diavaeziad, an emzivad hag an intańvez a vo e-barzh da zorojoł, hag e tebrint hag o devo o gwalc'h, evit ma vennigo ac'hanout an AOTROU da Zoue e kement labour a ri gant da zaouarn.

 

Pennad 15

Ar bloavezh-ehan. Dieubiń ar sklavourien. Re gentań-ganet al loened

1  Da zibenn pep seizh vloaz e ri un ehan.

2  Setu penaos e vo graet an ehan: M'en devo prestet d'e nesań ur c'hredour, en em zistardo eus e wirioł, ne hasto ket e nesań pe e vreur pa vo bet embannet ehan an AOTROU.

3  Bez' e c'helli hastań an diavaeziad, met diwar-benn ar pezh a zo dit gant da vreur, en em zistardi eus da wirioł.

4  Evel-se ne vo ket a beorien ganeoc'h, rak an AOTROU a vennigo ac'hanout a-dra-sur er vro a ro dit an AOTROU da Zoue da berc'hennań evel hźrezh,

5  gant ma senti ouzh mouezh an AOTROU da Zoue, o virout an holl c'hourc'hemennoł a gemennan dit hiziv hag oc'h ober diouto.

6  An AOTROU da Zoue a vennigo ac'hanout evel m'en deus lavaret, hag e presti da galz a bobloł, n'ampresti ket, te a vestronio kalz a bobloł, ne vestrognint ket ac'hanout.

7  Pa vo unan eus da vreudeur paour en da greiz, e-barzh da zorojoł, er vro a ro dit an AOTROU da Zoue, ne galetai ket da galon ha ne serri ket da zorn e-keńver da vreur paour,

8  met e tigeri frank da zorn dezhań, hag e presti dezhań ar pezh en devo ezhomm, ar pezh a vanko dezhań.

9  Diwall da vezań ur sońj en da galon drouk ha ma lavarfe: Emań ar seizhvet bloaz o tostaat, ar bloavezh-ehan! Diwall da vezań ul lagad didruez e-keńver da vreur paour evit tremen hep reiń netra dezhań. Krial a rafe etrezek an AOTROU a-enep dit, hag e vefe ur pec'hed evidout.

10  A-dra-sur e roi dezhań, ha da galon ne vo ket dilaouen, rak abalamour da-se an AOTROU da Zoue a vennigo ac'hanout ez holl labourioł, e kement a ri gant da zaouarn.

11  Peorien e vo dalc'hmat er vro, setu perak e roan dit ar gourc'hemenn-mań hag e lavaran dit: digeriń a ri da zorn da'z preur, d'ar paour ha d'an ezhommeg a vo ez pro.

12  Ma en em werzh dit da vreur, a-douez an Hebreed, den pe gwreg, e servijo ac'hanout c'hwec'h vloaz, d'ar seizhvet bloaz e kasi anezhań frank eus da di.

13  Pa en kasi frank eus da di, n'en kasi ket kuit er c'houllo,

14  te a roio dezhań eus da dropell, eus da leur hag eus da waskell, eus ar madoł en devo an AOTROU da venniget drezo.

15  Dalc'h sońj ez out bet sklavour e bro Ejipt, hag en deus dasprenet ac'hanout an AOTROU da Zoue, setu perak e roan dit ar gourc'hemenn-mań hiziv.

16  Mar lavar dit: Ned in ket eus da di, rak karout a ra ac'hanout ha da diegezh hag en em gav mat ganit,

17  e kemeri ur minaoued hag e toulli e skouarn dezhań ouzh an nor, hag e servijo ac'hanout da viken. Evel-se e ri ivez da'z matezh.

18  Ne vo ket diaes dit kas anezhań frank eus da di, rak servijet en devo ac'hanout e-pad c'hwec'h vloaz hag en devo talvezet div wech ur mevel gopret. Hag an AOTROU da Zoue a vennigo ac'hanout e kement a ri.

19  Kement par kentań-ganet a vo ganet eus da loened bras pe bihan a vo santelaet d'an AOTROU da Zoue. Ne labouri ket gant ar c'hentań-ganet eus da vuoc'h ha ne douzi ket ar c'hentań-ganet eus da zeńved.

20  Debriń a ri anezhań dirak an AOTROU da Zoue, el lec'h dibabet gantań, te ha da diegezh, bep bloaz.

21  M'en deus ur si bennak, mard eo kamm pe dall, mar en deus ur si fall all, n'aberzhi ket anezhań d'an AOTROU da Zoue.

22  Debriń a ri anezhań e-barzh da zorojoł. An hini dic'hlan hag an hini glan a zebro, evel ma vez debret ar c'hazelenn pe ar c'harv.

23  Nemet ne zebri ket ar gwad, en skuilhi war an douar evel dour.

 

Pennad 16

Ar Pask. Gouel ar sizhunioł. Gouel al logelloł. Ar varnerien hag an ofiserien

1  Mirout a ri miz Abib (= an tańvouez) hag e ri ar Pask d'an AOTROU da Zoue, rak e miz Abib eo en deus tennet ac'hanout an AOTROU da Zoue eus bro Ejipt, da noz.

2  Aberzhiń a ri ar Pask d'an AOTROU da Zoue, da loened bras ha bihan, el lec'h en devo dibabet an AOTROU evit lakaat e anv da chom ennań.

3  Ne zebri ket bara goet; e-pad seizh devezh e tebri bara hep goell, bara ar glac'har, rak aet out kuit buan eus bro Ejipt; evel-se e vo evit ma ez po sońj eus an deiz ma'z out aet kuit eus bro Ejipt, holl zeizioł da vuhez.

4  Ne vo ket gwelet goell ez ti e-barzh da holl zouar e-pad seizh devezh, ha ne dremeno ket an noz betek ar mintin ar c'hig aberzhet d'abardaez er c'hentań deiz.

5  Ne c'helli ket aberzhiń ar Pask en ur gźr bennak eus al lec'hioł a roio dit an AOTROU da Zoue,

6  met el lec'h en devo dibabet an AOTROU da Zoue evit lakaat e anv da chom ennań ec'h aberzhi ar Pask, d'abardaez, adalek ma vo kuzhet an heol, d'an ampoent ma'z aes kuit eus an Ejipt.

7  E boazhań hag e zebriń a ri el lec'h dibabet gant an AOTROU da Zoue. Diouzh ar beure e tistroi hag ez i da'z teltennoł.

8  E-pad c'hwec'h devezh e tebri bara hep goell. D'ar seizhvet deiz, ho po ur vodadeg veur d'an AOTROU, ne ri labour ebet.

9  Kontań a ri seizh sizhun; adalek ma vo kroget gant ar falz en edeier, en em lakai da gontań ar seizh sizhun-se,

10  hag e ri gouel ar sizhunioł d'an AOTROU da Zoue, o kinnig eus da zorn ur prof a youl vat, hervez m'en devo benniget ac'hanout an AOTROU da Zoue.

11  Hag en em laouenai dirak an AOTROU da Zoue, te, da vab, da verc'h, da servijer, da vatezh hag al Leviad a vo e-barzh da zorojoł, an diavaeziad, an emzivad hag an intańvez a vo en da douez, el lec'h en devo dibabet an AOTROU da Zoue evit lakaat e anv da chom ennań.

12  Dalc'h sońj ez out bet sklavour e bro Ejipt, mirout a ri ar reolennoł-mań hag e ri diouto.

13  Ober a ri gouel al logelloł e-pad seizh devezh, pa ez po dastumet frouezh da leur ha da waskell.

14  Hag en em laouenai oc'h ober ar gouel, te, da vab, da verc'h, da servijer, da vatezh, al Leviad, an diavaeziad, an emzivad hag an intańvez a vo e-barzh da zorojoł.

15  E-pad seizh devezh e ri ar gouel d'an AOTROU da Zoue el lec'h dibabet gant an AOTROU, rak an AOTROU da Zoue a vennigo ac'hanout ez holl eostoł hag e kement a ri gant da zaouarn, hag e vi leun a levenez.

16  Teir gwech er bloaz, pep gwaz ac'hanoc'h en em gavo dirak an AOTROU ho Toue, el lec'h dibabet gantań, da ouel ar bara hep goell, da ouel ar sizhunioł ha da ouel al logelloł, ha n'en em ziskouezo ket er c'houllo dirak an AOTROU.

17  Pep hini a roio hervez ar pezh en devo, hervez ar vennozh en devo roet dezhań an AOTROU da Zoue.

18  Lakaat a ri barnerien hag ofiserien en holl c'hźrioł a roio an AOTROU da Zoue dit, hervez da veuriadoł. Hag e tougint barnedigezhioł reizh d'ar bobl.

19  Ne wei ket ar barnedigezhioł, ne ri van eus diavaez an dud, ne zegemeri ket donezonoł, rak an donezonoł a zall daoulagad ar re fur hag a vrein komzoł ar re reizh.

20  Heuliań a ri gant evezh ar reizhder, evit ma vevi ha ma perc'henni ar vro a ro dit an AOTROU da Zoue.

Arabat mont war-lerc'h doueoł all. Al lez-varn. Ar roue

21  Ne blanti ket a Ashera (= doueez) e koad e-kichen an aoter a savi d'an AOTROU da Zoue.

22  Ne savi skeudenn ebet, ar pezh a gasa an AOTROU da Zoue.

 

Pennad 17

1  N'aberzhi ket d'an AOTROU da Zoue ur c'hole pe un oan en defe ur si bennak pe a vefe distumm, rak un euzhusted e vefe d'an AOTROU da Zoue.

2  Pa en em gavo en da greiz, en unan eus ar c'hźrioł a roio an AOTROU da Zoue dit, un den pe ur wreg hag a raio ar pezh a zo drouk dirak daoulagad an AOTROU da Zoue, o terriń e emglev,

3  o vont war-lerc'h doueoł all o servijań anezho hag oc'h en em stouiń dirazo, dirak an heol pe dirak al loar pe dirak holl arme an neńv, ar pezh ne'm eus ket gourc'hemennet,

4  pa vo lavaret-se dit hag ez po klevet diwar-benn an dra-se, e reni un enklask gant evezh. Mard eo gwir ha sur ar pezh a vo bet lavaret, un euzhusted a vo bet graet en Israel,

5  e lakai da zont ouzh da zorojoł an den pe ar wreg a vo kablus da vezań graet-se, hag e veinatai an den pe ar wreg d'ar marv.

6  War gomz daou dest pe dri dest e vo lakaet d'ar marv an hini a zle mervel. Ne vo ket lakaet d'ar marv war gomz un test hepken.

7  Dorn an testoł a vo warnań da gentań evit e lakaat d'ar marv, ha dorn an holl bobl goude. Evel-se e vo lamet an droug diouzh da greiz.

8  Pa vo un dra re ziaes da varn evidout, etre gwad ha gwad, etre rendael ha rendael, etre gouli ha gouli, enebiezh e-barzh da zorojoł, en em savi hag e teui d'al lec'h dibabet gant an AOTROU da Zoue,

9  hag ez i da gavout an aberzhourien, al Levited, etrezek an hini a vo barner en deizioł-se, hag e c'houlenni kuzul, hag e tisklźrint dit setańs ar varn.

10  Hag e ri evel ma vo bet disklźriet dit el lec'h dibabet gant an AOTROU, hag e viri an holl draoł a vo bet kelennet dit hag e ri diouto.

11  Ober a ri hervez setańs al lezenn o devo kelennet dit hag hervez ar varnedigezh o devo disklźriet dit; ne zistroi ket eus ar setańs o devo lavaret, nag a-zehou nag a-gleiz.

12  An den a raio gant lorc'h ha na selaouo ket an aberzhour en em zalc'ho eno evit servijań an AOTROU da Zoue, pe na selaouo ket ar barner, an den-se a varvo, hag evel-se e vo lamet an droug diouzh Israel,

13  evit ma klevo ha ma toujo an holl bobl, ha na savint ken dre ourgouilh.

14  Pa vi aet er vro a ro dit an AOTROU da Zoue da berc'hennań hag e vi o chom enni, e lavari: Me a lakaio ur roue warnon evel an holl bobloł a zo en-dro din;

15  aketus e vi da lakaat warnout ur roue en devo dibabet an AOTROU da Zoue; lakaat a ri warnout ur roue a-douez da vreudeur, ne c'helli ket lakaat warnout un diavaeziad na vefe ket da vreur.

16  Ne vo ket dezhań un niver bras a gezeg, ha ne zegaso ket ar bobl en-dro d'an Ejipt evit kreskiń niver ar c’hezeg, rak an AOTROU en deus lavaret deoc'h: Ne zistroit ken dre an hent-se.

17  Ne vo ket dezhań kennebeut un niver bras a wragez, gant aon na zeufe e galon d'en em zistreiń, ha ne vo ket dezhań kalz a arc'hant hag a aour.

18  Adalek ma vo azezet war dron e rouantelezh, e skrivo evitań e-unan en ul levr un eilad eus al lezenn-mań, en devo digant an aberzhourien, al Levited.

19  Hemań a vo gantań hag e lenno ennań holl zeizioł e vuhez, evit ma tesko doujańs an AOTROU e Zoue, o virout holl gomzoł al lezenn-mań hag e holl reolennoł hag oc'h ober diouto.

20  E galon ne savo ket dreist e vreudeur, ha ne zistroio ket eus ar gourc'hemennoł nag a-zehou nag a-gleiz, evit ma vo hiraet e zeizioł en e rouantelezh, dezhań ha d'e vibien, e-touez Israel.

 

Pennad 18

Gwirioł an aberzhourien hag al Levited. Traoł euzhus. Ar profed.

1  An aberzhourien, al Levited, hag holl veuriad Levi, n'o devo na lodenn na hźrezh gant Israel; debriń a raint eus ar profoł graet dre an tan d'an AOTROU hag eus e hźrezh.

2  N'o devo ket hźrezh e-touez o breudeur, an AOTROU eo o hźrezh, evel m'en deus lavaret dezho.

3  Setu amań gwirioł an aberzhourien digant ar bobl, digant ar re a ginnig un aberzh, pe kole pe oan, roet e vo d'an aberzhour ar skoaz, an div javed, ar c'hof,

4  roet e vo dezhań ivez frouezh kentań da winizh, da win ha da eoul, ha touz kentań da zeńved,

5  rak an AOTROU da Zoue en deus dibabet anezhań a-douez da holl veuriadoł evit en em zerc'hel da servijań en anv an AOTROU, eń hag e vibien, da viken.

6  Pa'z aio ul Leviad eus unan eus da zorojoł, eus al lec'h ma vo o chom en Israel, ha ma teuio, hervez c'hoant e ene, el lec'h en devo dibabet an AOTROU,

7  ha m'en em zalc'ho da servijań en anv an AOTROU da Zoue, evel e holl vreudeur Levited oc'h en em zerc'hel eno dirak an AOTROU,

8  e resevo evit boued ul lodenn heńvel ouzh hini ar re all, ouzhpenn ar pezh a c'hellfe bezań gwerzhet eus madoł e dadoł.

9  Pa vi aet er vro a ro dit an AOTROU da Zoue, ne zeski ket ober traoł heńvel ouzh euzhusted ar pobloł-se.

10  N'en em gavo den en da douez a dremeno e vab pe e verc'h dre an tan, nag a raio divinerezh, nag hudsteredour, nag achantour, na sorserez,

11  na strobineller, na goulennataer speredoł, na sorser, nag igromańser,

12  rak piv bennak a ra an traoł-se a zo un euzhusted d'an AOTROU, hag abalamour d'an traoł euzhus-se o c'haso kuit an AOTROU da Zoue azirazout.

13  Peurvat e vi e-keńver an AOTROU da Zoue.

14  Rak ar broadoł-se, a gasi kuit, a selaou ouzh an hudsteredourien hag ouzh an divinourien; met dit-te, n'out ket aotreet gant an AOTROU da Zoue.

15  An AOTROU da Zoue a savo dit eus da greiz, a-douez da vreudeur, ur profed eveldon, hag e selaouot anezhań,

16  hervez kement az poa goulennet digant an AOTROU da Zoue en Horeb da zeiz ar vodadeg, pa lavarjout: Ra ne glevin ken mouezh an AOTROU va Doue ha ra ne welin ken an tan bras-se, gant aon na varvin.

17  An AOTROU a lavaras: Komzet mat o deus.

18  Me a savo dezho ur profed eveldout a-douez o breudeur, hag e lakain va c'homzoł en e c'henoł, hag e lavaro dezho kement a gemennin dezhań.

19  Hag e c'hoarvezo penaos piv bennak na selaouo ket va c'homzoł a lavaro em anv, me a c'houlenno kont digantań.

20  Met ar profed a vo rok a-walc'h da lavarout em anv un dra bennak n'am befe ket gourc'hemennet dezhań lavarout, pe a gomzfe en anv doueoł all, ar profed-se a varvo.

21  Mar lavarez en da galon: Penaos ec'h anavezimp ar gomz ha n'eo ket bet lavaret gant an AOTROU?

22  Pa gomzo ur profed en anv an AOTROU, ha na vo ket ar pezh an devo lavaret, na c'hoarvezo ket, kement-se a vo ur gomz n'en devo ket lavaret an AOTROU. Ar profed en devo komzet gant rogoni; na'z po ket aon outań.

 

Pennad 19

Kźrioł-repuiń. An testoł

1  P'en devo distrujet an AOTROU da Zoue azirazout ar vroadoł, a ro dit an AOTROU da Zoue o douar, pa berc'henni o bro hag e vi o chom en o c'hźrioł hag en o ziez,

2  e lakai a-du teir c'hźr e-kreiz ar vro en devo an AOTROU da Zoue roet dit evit he ferc'hennań.

3  Ober a ri hentoł hag e ranni e teir lodenn tiriad ar vro a roio dit an AOTROU da Zoue evel hźrezh, evit ma tec'ho eno ar muntrer.

4  Setu penaos e ri e-keńver ar muntrer a dec'ho eno evit saveteiń e vuhez p'en devo lazhet e nesań diratozh, hep kasoni outań diagent,

5  evel pa'z a unan bennak gant e nesań d'ar forest evit troc'hań koad, ma lusk e zorn gant ar vouc'hal evit troc'hań ur wezenn, hag e tistag an houarn diouzh an troad hag e tizh e nesań, en hevelep doare ma varv. An den-se a dec'ho da unan eus ar c'hźrioł-se evit saveteiń e vuhez,

6  gant aon na zeufe ar veńjer-gwad da redek war-lerc'h ar muntrer e-pad ma vez fuloret e galon, ma tapfe anezhań ma vefe re hir an hent, ha na lazfe anezhań petra bennak na vefe ket da varn d'ar marv, dre ma n'en doa bet kasoni ebet outań diagent.

7  Setu perak e c'hourc'hemennan dit o lavarout: lakaat a ri a-du teir c'hźr.

8  P'en devo ledanaet an AOTROU da Zoue da harzoł, evel m'en deus touet da'z tadoł, ha m'en devo roet dit an holl vro en deus prometet reiń da'z tadoł,

9  gant ma viri an holl c'hourc'hemennoł a gemennan dit hiziv ha ma ri diouto, evit karout an AOTROU da Zoue ha kerzhout atav en e hentoł, e lakai c'hoazh teir c'hźr war an teir-se,

10  evit na vo ket skuilhet gwad didamall e-barzh ar vro en devo an AOTROU da Zoue roet dit evel hźrezh, ha ne vi ket kablus a wad.

11  Met p'en devo un den kasaet e nesań, stegnet pechoł dezhań, en em savet a-enep dezhań, ha m'en devo skoet gantań d'ar marv, mar tec'h en unan eus ar c'hźrioł-se,

12  henaourien e gźr a gaso da gerc'hat anezhań ac'hane, hag e lakaint anezhań etre daouarn ar veńjer-gwad, evit ma varvo.

13  Da lagad a vo didruez hag e tilami diouzh Israel ar gwad didamall, hag e vi eürus.

14  Ne zilec'hi ket bonn da nesań, bet lakaet gant ar re a vo a-raok dit en hźrezh az po bet er vro en devo an AOTROU da Zoue roet dit da berc'hennań.

15  Un test hepken ne vo ket a-walc'h evit un torfed bennak pe evit ur pec'hed bennak, petore mank bennak a vefe graet; war gomz daou dest pe dri dest e vo talvoudek an dra.

16  Pa en em savo ur falstest a-enep unan bennak evit e damall a zisentidigezh,

17  an daou zen o devo enebet an eil ouzh egile en em ziskouezo dirak an AOTROU, dirak an aberzhourien ha dirak ar varnerien a vo en deizioł-se,

18  hag ar varnerien a reno un enklask gant evezh. Mar kavont penaos e vefe an test-se ur falstest, en defe testeniet e gaou a-enep e vreur,

19  neuze e reot dezhań evel ma felle dezhań ober d'e vreur. Evel-se e vo lamet an droug diouzh da greiz.

20  Ar re all a glevo hag a zoujo, ne raint ken un hevelep tra fall en da douez.

21  Da lagad a vo didruez, buhez evit buhez, lagad evit lagad, dant evit dant, dorn evit dorn, troad evit troad.

 

Pennad 20

Ar brezel

1  Pa'z i d'ar brezel a-enep da enebourien, hag e weli kezeg, kirri hag ur bobl niverusoc'h egedout, na'z po ket aon razo, an AOTROU da Zoue a vo ganit, eń hag en deus graet dit pignat eus an Ejipt,.

2  Pa dostaiot evit ar brezel, an aberzhour a zeuio a-raok hag a gomzo ouzh ar bobl.

3  Lavarout a raio: Selaou, Israel! Mont a reot hiziv d'ar brezel a-enep hoc'h enebourien. Na lezit ket ho kalon da vezań trubuilhet, n'ho pet ket aon, na grenit ket, na vezit ket spontet dirazo,

4  rak an AOTROU ho Toue a gerzh ganeoc'h da vrezeliń evidoc'h a-enep hoc'h enebourien, evit salviń ac'hanoc'h.

5  An ofiserien a gomzo ouzh ar bobl o lavarout: Piv en deus savet un ti nevez ha n'en deus ket digoret anezhań? Ra yelo kuit ha ma tistroio d'e di, gant aon na varvfe er brezel ha na zigorfe unan all anezhań.

6  Piv en deus plantet ur winieg ha n'en deus ket dastumet frouezh kentań anezhi? Ra yelo kuit ha ma tistroio d'e di, gant aon na varvfe er brezel ha na zeufe unan all da zastum ar frouezh kentań.

7  Piv a zo prometet e dimeziń da ur wreg ha n'en deus ket he dimezet? Ra yelo kuit ha ma tistroio d'e di, gant aon na varvfe er brezel ha na zimezfe unan all ganti.

8  An ofiserien a gendalc'ho da gomz ouzh ar bobl o lavarout: Piv en deus aon hag a zo digalon? Ra yelo kuit ha ma tistroio d'e di, gant aon na zeufe kalonoł e vreudeur da deuziń evel e hini.

9  P'o devo echuet an ofiserien da gomz ouzh ar bobl, e lakaint kabitened al lu e penn ar bobl.

10  Pa dostai ouzh ur gźr evit he c'hemer, e kinnigi dezhi ar peoc'h.

11  Ma ra dit ur respont a beoc'h ha ma tigor dit, an holl bobl a vo kavet enni a vo truajidi dit, hag e servijint ac'hanout.

12  Ma ne ra ket peoc'h ganit met ma ra ar brezel ouzhit, neuze e sezizi anezhi.

13  An AOTROU da Zoue a lakaio anezhi etre da zaouarn, hag e lazhi an holl wazed gant troc'h ar c'hleze.

14  Kemer a ri hepken evidout ar gwragez, ar vugaligoł, al loened ha kement a vo e kźr, hec'h holl ziwisk, hag e tebri diwisk da enebourien en devo roet an AOTROU da Zoue dit.

15  Evel-se e ri d'an holl gźrioł a zo pell diouzhit ha n'int ket kźrioł ar vroadoł-mań.

16  Met e kźrioł ar pobloł-mań a ro dit an AOTROU da Zoue evel hźrezh, ne lezi da vevań netra eus ar pezh en deus c'hwezh ennań.

17  Lakaat a ri anezho da verz: an Hitited, an Amoreaned, ar Gananeiz, ar Ferezianed, an Hevianed, ar Jebuziz, evel m'en deus gourc'hemennet an AOTROU da Zoue,

18  evit na zeskint ket deoc'h ober an holl euzhusted a reont e-keńver o doueoł, ha na bec'hot ket a-enep an AOTROU ho Toue.

19  Pa sezizi ur gźr e-pad pell amzer, oc'h ober brezel outi evit he c'hemer, ne zistruji ket he gwez gant toalioł bouc'hal, met e tebri diouto ha n'o zroc'hi ket, rak gwezenn ar parkeier, hag un den eo evit bezań sezizet ganit?

20  Met e tistruji hag e troc'hi ar gwez ma c'houzout n'int ket gwez o reiń boued; hag e savi ganto ramparzhioł a-enep ar gźr a rez outi brezel, betek ma kouezho.

 

Pennad 21

Reolennoł a bep seurt

1  Mard eo kavet, er vro en devo an AOTROU da Zoue roet dit da berc'hennań, un den lazhet astennet en ur park, hep gouzout piv en devo e lazhet,

2  da henaourien ha da varnerien a zeuio da vuzuliań an hed adalek an den lazhet betek ar c'hźrioł a zo en-dro dezhań.

3  Henaourien ar gźr a vo an hini dostań ouzh an den lazhet a gemero un annoar na vo ket bet labouret ganti ha n'he devo ket sachet ar yev.

4  Henaourien ar gźr-se a lakaio an annoar da ziskenn etrezek ur froud padus, na vez na labouret na hadet en e gichen, hag eno e torrint gouzoug an annoar er froud.

5  Hag an aberzhourien mibien Levi a dostaio, rak an AOTROU da Zoue en deus o dibabet evit e servijań hag evit bennigań en anv an AOTROU, hag eus o genoł e vo barnet pep enebiezh ha pep taol.

6  Henaourien ar gźr a vo an hini dostań ouzh an den lazhet a walc'ho o daouarn war an annoar bet torret he gouzoug er froud.

7  Hag e komzint o lavarout: Hon daouarn n'o deus ket skuilhet ar gwad-se hag hon daoulagad n'o deus ket henn gwelet.

8  Bez trugarezus e-keńver da bobl Israel ac'h eus dasprenet, o AOTROU! Na lez ket ar gwad didamall evel bec'h war da bobl Israel, hag ar gwad a vo pardonet dezho.

9  Evel-se e tilami ar gwad didamall eus da greiz, en ur ober ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU.

10  Pa'z i d'ar brezel a-enep da enebourien, hag e lakaio anezho an AOTROU da Zoue etre da zaouarn, hag e ri prizonidi,

11  hag e weli e-touez ar brizonidi ur wreg kaer, hag ez po c'hoant anezhi, hag e fello dit he c'hemer evit gwreg,

12  e kasi anezhi e-barzh da di. Houmań a douzo he fenn hag a ficho hec'h ivinoł,

13  lemel a raio diwarni he dilhad prizonadez, chom a raio ez ti hag e ouelo he zad hag he mamm e-pad ur miz. Goude-se ez i d'he c'havout, hag e vi he fried hag hi a vo da wreg.

14  Mar erru na blijfe ket dit ken, e kasi anezhi kuit el lec'h ma karo, met ne c'helli ket he gwerzhań evit arc'hant nag ober ur sklavez anezhi dre ma ez po he dismegańset.

15  P'en devo un den div wreg, unan karet hag eben kasaet, hag o devo ganet bugale dezhań kenkoulz an hini garet evel an hini gasaet, hag e vo ar mab kentań-ganet d'an hini gasaet,

16  pa roio o hźrezh d'e vibien eus ar pezh en devo, ne c'hello ket ober kentań-ganet mab an hini garet, en a-raok da vab an hini gasaet, hemań eo ar c'hentań-ganet.

17  Anavezout a raio mab an hini gasaet evit ar c'hentań-ganet, hag e roio dezhań ul lodenn doubl eus ar pezh en devo, rak hemań eo frouezh kentań e nerzh, an henańded a vo dezhań.

18  P'en devo un den ur mab fall ha disent, na sento ket ouzh mouezh e dad nag ouzh mouezh e vamm, ha na fello ket dezhań o selaou goude ma vo bet kastizet,

19  an tad hag ar vamm a gemero anezhań hag en kaso da henaourien kźr, ouzh dor al lec'h,

20  hag e lavarint da henaourien kźr: Setu hor mab a zo fall ha disent, ne sent ket ouzh hor mouezh, en em ro d'an diroll ha d'ar mezventi.

21  Holl dud kźr a veinataio anezhań hag e varvo. Evel-se e vo lamet an droug diouzh da greiz, evit ma klevo ha ma toujo holl Israel.

22  P'en devo graet un den ur pec'hed din a varv, hag e vo lakaet d'ar marv, hag e vo krouget ouzh ar c'hoad,

23  e gorf marv ne dremeno ket an nozvezh ouzh ar c'hoad, met sebeliań a ri anezhań an deiz-se, rak ur vallozh eus Doue eo kement hini a zo krouget, ha ne saotro ket ar vro en devo an AOTROU da Zoue roet dit evel hźrezh.

 

Pennad 22

1  Pa weli e vo kollet ejen da vreur pe e zańvad, n'en em zistroi ket dioutań, ne vanki ket d'e zegas da'z preur.

2  Ma n'eo ket da vreur o chom en da gichen ha ma n'anavezez ket anezhań, e repui al loen e-barzh da di, hag e chomo ganit betek ma teuio da vreur d'e gerc'hat, hag en roi en-dro dezhań.

3  En hevelep doare e ri evit e azen, e ri evit e zilhad, hag evit pep tra all en devo kollet da vreur hag az po kavet, ne c'helli ket en em zistreiń dioutań.

4  Pa weli e vo kouezhet war an hent azen da vreur pe e ejen, n'en em zistroi ket dioutań, e sevel a ri gantań.

5  Ur wreg ne zougo ket ur gwiskamant gwaz, hag ur gwaz ne wisko ket ur gwiskamant gwreg, rak piv bennak a raio an traoł-se a vo un euzhusted d'an AOTROU da Zoue.

6  Pa gavi war an hent, war ur wezenn pe war an douar, un neizh labous gant reoł vihan pe vioł, hag ar vamm o c'holeiń ar re vihan pe ar vioł, ne gemeri ket ar vamm gant he re vihan,

7  lezel a ri da vont ar vamm hag e kemeri ar re vihan evidout, evit ma vi eürus ha ma vo hiraet da zeizioł.

8  Pa savi un ti nevez, e ri un aspled en-dro d'e doenn, evit na lakai ket gwad war da di ma kouezhfe unan bennak ac'hane.

9  Ne hadi ket da winieg gant hadennoł disheńvel, gant aon na vefe saotret frouezh da hadoł az po hadet ha frouezh da winieg.

10  N'ari ket gant un ejen hag un azen a-gevret.

11  Ne wiski ket un dilhad eus gwiad mesket, gloan ha lin asambles.

12  Ober a ri pempilhoł ouzh pevar c'horn ar vantell m'en em c'holoi ganti.

13  P'en devo un den kemeret ur wreg, ha goude bezań deuet d'he c'havout, e kasa anezhi,

14  hag e ro tro da gomz fals diwar he fenn, da zismegańsiń hec'h anv, en ur lavarout: Kemeret em eus ar wreg-mań, ha pa'z on tostaet outi, ne'm eus ket he c'havet gwerc'hez,

15  tad ha mamm ar plac'h yaouank a gemero hag a zegaso testeni gwerc'hded ar plac'h yaouank dirak henaourien kźr, ouzh an nor.

16  Tad ar plac'h yaouank a lavaro d'an henaourien: Roet em eus va merc'h d'an den-se evit gwreg, ha kasaet en deus anezhi,

17  hag e ro tro da gomz fals diwar he fenn en ur lavarout: Ne'm eus ket kavet da verc'h gwerc'hez. Setu amań testeni gwerc'hded va merc'h. Hag ec'h astennint an dilhad dirak henaourien kźr.

18  Henaourien kźr a gemero ar gwaz-se da gastizań anezhań.

19  Paeań a raio un tell a gant sikl (~ 1 kg) arc'hant da dad ar plac'h yaouank, dre m'en devo dismegańset ur werc'hez eus Israel. Hag e vo e wreg, ha ne c'hello ket he c'has kuit e-keit ha ma vevo.

20  Met mard eo gwir an dra, ma ne vefe ket bet kavet gwerc'hez ar plac'h yaouank,

21  e tegasint ar plac'h yaouank ouzh dor ti he zad, hag e veinataio anezhi tud kźr, hag e varvo, rak graet he deus un euzhusted en Israel, o c'hastaouiń e ti he zad. Evel-se e vo lamet an droug diouzh Israel.

22  Pa vo kavet un den o kousket gant ur wreg dimezet d'ur gwaz, e varvint o-daou, an den en devo kousket gant ar wreg hag ar wreg. Evel-se e vo lamet an droug diouzh Israel.

23  Pa vo ur plac'h yaouank gwerc'h prometet e dimeziń da ur gwaz, m'en devo un den he c'havet e kźr ha kousket ganti,

24  e tegasot o-daou ouzh dor kźr, hag e veinataiot anezho, hag e varvint, ar plac'h yaouank dre ma n'he deus ket kriet e kźr hag an den dre m'en deus dismegańset gwreg e nesań. Evel-se e vo lamet an droug diouzh da greiz.

25  Met mar kav an den er parkeier ar plac'h yaouank prometet, ha penaos e wall anezhi hag e kousk ganti, an den en devo kousket ganti a varvo e-unan.

26  Ne ri netra d'ar plac'h yaouank, n'he devo ket graet ar plac'h yaouank a bec'hed din a varv, rak e vo an afer-mań evel pa en em sav un den a-enep e nesań hag e lam e vuhez digantań;

27  kavet en devo anezhi er parkeier, ha kriet he defe ar plac'h yaouank prometet, hep na vefe den evit saveteiń anezhi.

28  Mar kav un den ur plac'h yaouank gwerc'h ha n'eo ket prometet e dimeziń, hag penaos e tap anezhi hag e kousk ganti, ha ma pakfed anezho,

29  an den en devo kousket ganti a roio da dad ar plac'h yaouank hanter-kant sikl (~ 500 g) arc'hant, hag e vo e wreg, dre m'en devo he dismegańset, ha ne c'hello ket he c'has kuit e-keit ha ma vevo.

30  Den ne gemero gwreg e dad ha ne zizoloio goloenn e dad.

 

Pennad 23

Ar re ne c'hellont ket bezań ezel eus ar vodadenn. Lezennoł a bep seurt

1  Un den gant kelloł friket pe gant ar c'halc'h troc'het ned aio ket e bodadenn an AOTROU.

2  Ur bastard ned aio ket e bodadenn an AOTROU, memes en dekvet rumm ned aio ket e bodadenn an AOTROU.

3  An Ammonad hag ar Voabad ned aint ket e bodadenn an AOTROU, memes en dekvet rumm ned aint ket e bodadenn an AOTROU, biken,

4  peogwir n'int ket deuet a-raok deoc'h war an hent, gant bara ha dour, pa zeuec'h eus an Ejipt, ha dre ma lakajont da zont evit arc'hant, a-enep dit, Balaam mab Peor eus Petor e Mezopotamia, evit da villigań.

5  Met an AOTROU da Zoue ne fellas ket dezhań selaou Balaam, hag an AOTROU da Zoue a droas evidout ar mallozh e bennozh, dre ma kar ac'hanout an AOTROU da Zoue.

6  Ne glaski ket o feoc'h nag o eurvad e-keit ha ma vevi, biken.

7  Na'z po ket euzh ouzh an Edomad, rak da vreur eo, na'z po ket euzh ouzh an Ejipsian, ra diavaeziad out bet en e vro;

8  ar vibien a vo ganet dezho a yelo e bodadenn an AOTROU en trede rumm.

9  Pa yelo da armead a-enep da enebourien, en em viri diouzh pep tra fall.

10  Ma vez unan bennak ac'hanoc'h dic'hlan en abeg d'ur gudenn e-pad an noz, e yelo er-maez eus ar c'hamp ha ne zeuio ket en-dro d'ar c'hamp;

11  da fin an abardaez en em walc'ho en dour, ha pa vo kuzhet an heol e tistroio d'ar c'hamp.

12  Ul lec'h az po er-maez eus ar c'hamp, hag eno, er-maez, ez i.

13  Ur benveg az po gant da draoł, ha pa fello dit mont war vaez, e toulli gantań hag e c'holoi da fank.

14  Rak an AOTROU da Zoue a gerzh e-kreiz da gamp evit da zieubiń hag evit reiń da enebourien dit; ra vo da gamp eta santel, gant aon na welfe ennout un dra bennak dic'hlan ha na zistroio diouzhit.

15  Ne roio ket d'e vestr ur sklavour a vo en em repuet davedout digant e vestr.

16  Chom a raio ganit, en da douez, el lec'h a zibabo en unan eus da gźrioł, ne heskini ket anezhań.

17  Ne vo gast ebet e-touez merc'hed Israel, ha ne vo pitaouer ebet e-touez mibien Israel.

18  Ne zegasi ket e ti an AOTROU da Zoue gopr ur c'hast na priz ur c'hi evit gouestl ebet, rak o-daou a zo un euzhusted dirak an AOTROU da Zoue.

19  Ne bresti ket da'z preur war gampi, na kampi arc'hant na kampi boued na kampi eus petra bennak a c'heller tennań kampi gantań.

20  D'an diavaeziad e c'helli prestań war gampi, met ne bresti ket da'z preur war gampi, evit ma vennigo ac'hanout an AOTROU da Zoue e kement labour a ri gant da zaouarn, er vro ma'z ez e-barzh d'he ferc'hennań.

21  Pa ez po graet ur gouestl d'an AOTROU da Zoue, ne zalei ket d'e beurober, rak an AOTROU da Zoue ne vanko ket d'henn goulenn diganit, hag e vo ur peched ennout.

22  Pa dremeni hep ober ur gouestl, ne vo ket a bec'hed ennout.

23  Mirout a ri ar pezh a vo deuet eus da vuzelloł hag e ri dioutań, evel ur prof a youl vat, hervez ar gouestloł az po graet d'an AOTROU da Zoue hag az po lavaret gant da c’henoł.

24  Pa'z i e gwinieg da nesań, e c'helli debriń rezin hervez da naon ha da c'hoant, met ne lakai ket dioutań en ur baner.

25  Pa'z i en edeg da nesań, e c'helli kutuilh tańvouezennoł gant da zorn, met ne lakai ket ur falz en edeg da nesań.

 

Pennad 24

1  P'en devo kemeret un den ur wreg ha dimezet dezhi, ma ne gav ken houmań trugarez dirak e zaoulagad, dre m'en devo kavet enni un dra bennak mezhus, e lakaio dezhi en he dorn ur skrid a dorr-dimeziń, hag he c'haso kuit eus e di.

2  Pa vo aet kuit eus e di, e c'hello dont da vezań gwreg da un den all.

3  Mar kasa anezhi ar pried diwezhań-mań, e lakaio dezhi en he dorn ur skrid a dorr-dimeziń, hag he c'haso kuit eus e di, pe mar deu da vervel ar pried diwezhań-mań en deus he c'hemeret evit e wreg,

3  he fried kentań, an hini en deus he c'haset kuit, ne c'hello ken hec'h adkemer evit e wreg, goude ma vo bet saotret, rak un euzhusted e vefe dirak an AOTROU, ha ne lakaio ket da bec'hiń ar vro a ro dit an AOTROU da Zoue evel hźrezh.

5  P'en devo kemeret un den ur wreg nevez, ne yelo ket d'ar brezel ha ne vo lakaet warnań karg ebet; diskarget e vo e-pad ur bloaz en abeg d'e diegezh, hag e laouenaio ar wreg en devo kemeret.

6  Ne vo ket kemeret e gouestl an daou vaen eus ur vilin, nag ar maen-reder, rak e vefe kemer e gouestl ar vuhez hec'h-unan.

7  Pa vo kavet un den en devo laeret unan eus e vreudeur, eus mibien Israel, ha m'en devo graet ur sklavour dioutań pe gwerzhet anezhań, al laer-se a varvo. Evel-se e vo lamet an droug diouzh da greiz.

8  Diwall diouzh gouli al lorgnez, evesha mat ha gra kement a gelenno deoc'h an aberzhourien, al Levited, evesha d'ober evel ma em eus gourc'hemennet dezho.

9  Az pez sońj eus ar pezh a reas an AOTROU da Zoue da Vari war an hent, pa'z ejoc'h kuit eus an Ejipt.

10  Pa bresti un dra bennak da'z nesań, ned i ket en e di evit kemer e gred,

11  en em zerc'hel a ri er-maez, hag an den a bresti dezhań a zegaso dit ar c'hred er-maez.

12  Mard eo un den paour, ne gouski ket gant e gred,

13  ne vanki ket da reiń dezhań ar c'hred en-dro da guzh-heol, evit ma kousko en e zilhad ha ma vennigo ac'hanout. Kement-se a vo kontet dit da reizhder dirak an AOTROU da Zoue.

14  Ne heskini ket ar mevel paour hag ezhommek, a-douez da vreudeur pe a-douez an diavaezidi a vo ez pro hag e-barzh da zorojoł.

15  E c'hopr a roi dezhań en deiz memes, a-raok ma kuzho an heol, rak paour eo hag e ene a c'hortoz kement-se. Krial a rafe etrezek an AOTROU a-enep dit, hag e vefe ur pec'hed evidout.

16  Ne vo ket lakaet d'ar marv an tadoł evit ar vibien, ha ne vo ket lakaet d'ar marv ar vibien evit an tadoł; lakaet e vo d'ar marv pep hini evit e bec'hed.

17  Ne gemmo ket barnedigezh un diavaeziad, nag hini un emzivad, ha ne gemeri ket e gouestl dilhad un intańvez.

18  Dalc'h sońj ez out bet sklavour e bro Ejipt, hag en deus dasprenet ac'hanout an AOTROU da Zoue, setu perak e c'hourc'hemennan dit ober an traoł-se.

19  Pa ri da eost e-barzh da bark hag az po ankounac'haet ur feskenn er park, ne zistroi ket d'he c'herc'hat, evit an diavaeziad, evit an emzivad hag evit an intańvez e vo, evit ma vennigo ac'hanout an AOTROU da Zoue e kement a ri gant da zaouarn.

20  Pa heji da olivez, ne zistroi ket da sellout skourr ha skourr, evit an diavaeziad, evit an emzivad hag evit an intańvez e vo.

21  Pa vendemi da winieg, ne zastumi ket war da lerc'h, evit an diavaeziad, evit an emzivad hag evit an intańvez e vo.

22  Dalc'h sońj ez out bet sklavour e bro Ejipt, setu perak e c'hourc'hemennan dit ober an traoł-se.

 

Pennad 25

1  Pa savo un tabut etre tud, hag e tostaint ouzh al lez-varn evit bezań barnet, e vo reishaet an hini reizh ha kondaonet an hini fall.

2  Mard eo dellezek a daolioł an hini fall, ar barner a raio e deurel d'an douar, hag e vo skoet dirazań eus un niver a daolioł e-keńver e dorfed.

3  Ne vo ket roet dezhań muioc'h eget daou-ugent taol, gant aon na vefe da vreur disprizet dirak da zaoulagad mar befe pilet muioc'h, dre ur c'hastiz re vras.

4  Ne erei ket e c'henoł d'an ejen a vac'ho ar greun.

5  Pa vo o chom breudeur a-gevret, hag e varvo unan anezho hep mab, gwreg an hini marv ne zimezo ket er-maez, d'un diavaeziad; he breur-kaer a yelo d'he c'havout, he c'hemero evit e wreg, evel ma'z eo dereat d'ur breur-kaer.

6  Ar mab kentań-ganet a c'hano a adsavo anv ar breur marv, evit na vo ket diverket e anv eus Israel.

7  Ma ne fell ket d'an den-se kemer e c'hoar-gaer, e pigno e c'hoar-gaer betek an nor da gavout an henaourien hag e lavaro: Va breur-kaer ne fell ket dezhań adsevel anv e vreur en Israel, ne raio ket evel ma'z eo dereat d'ur breur-kaer.

8  Henaourien kźr a c'halvo anezhań hag a gomzo outań. Mar chom start ha ma lavar: Ne fell ket din kemer anezhi,

9  neuze e c'hoar-gaer a dostaio outań dirak an henaourien hag a lamo e votez diwar e droad hag a grańcho ouzh e zremm hag a responto o lavarout: Evel-se e vo graet d'an den na sav ket ti e vreur.

10  Hag e anv a vo galvet en Israel: ti an divotet.

11  Pa en em ganno gwazed etrezo, an eil a-enep d'egile, mar tosta gwreg unan da zieubiń he fried eus dorn an hini a bil anezhań hag, oc'h astenn he dorn, e krog ennań dre e gevrennoł mezhus,

12  e troc'hi he dorn dezhi, da lagad a vo didruez.

13  Na'z po ket ez sac'h daou seurt mein da bouezań, unan bras hag unan bihan.

14  Na'z po ket ez ti daou seurt efa, unan bras hag unan bihan.

15  Ur maen peurvat ha leal az po, un efa peurvat ha leal az po, evit ma vo hiraet da zeizioł war an douar a ro dit an AOTROU da Zoue.

16  Rak piv bennak a ra an traoł-se, piv bennak a ra direizhderioł, a zo un euzhusted d'an AOTROU da Zoue.

17  Az pez sońj eus ar pezh a reas dit Amalek war an hent, pa'z ejoc'h kuit eus an Ejipt,

18  penaos e teuas a-ziarbenn dit war an hent hep doujań Doue, o vec'hiań ac'hanout war da lerc'h hag o pilat da holl re wan, pa oas da-unan dinerzh ha skuizh.

19  P'en devo roet diskuizh an AOTROU da Zoue dit eus da holl enebourien tro-war-dro, er vro a ro dit an AOTROU da Zoue evel hźrezh evit he ferc'hennań, e tiverki eńvor Amalek a-zindan an neńv. N'ankounac'ha ket!

 

Pennad 26

Frouezh kentań ha deog. Mirout ar gourc'hemennoł

1  Pa vi aet er vro a ro dit an AOTROU da Zoue evel hźrezh da berc'hennań anezhi, hag e vi o chom enni,

2  e kemeri ar re gentań eus holl frouezh an douar a zastumi er vro a ro dit an AOTROU da Zoue, o lakai en ur baner, hag ez i el lec'h en devo dibabet an AOTROU da Zoue evit lakaat e anv da chom ennań,

3  hag, o vezań aet etrezek an aberzhour a vo en deizioł-se, e lavari: Disklźriań a ran hiziv dirak an AOTROU hon Doue ez on deuet er vro en doa touet an AOTROU d'hon tadoł reiń deomp.

4  An aberzhour a gemero ar baner eus da zorn, hag he lakaio dirak aoter an AOTROU da Zoue.

5  Komz a ri adarre hag e lavari dirak an AOTROU da Zoue: Va zad a oa un Aramean prest da vont da get, diskenn a reas d'an Ejipt gant un nebeud tud hag e chomas eno, hag e teuas da vezań ur bobl vras, kreńv ha niverus.

6  An Ejipsianed a wallgasas hag a heskinas ac'hanomp, o lakaat warnomp ul labour kalet.

7  Kriet hon eus d'an AOTROU, Doue hon tadoł. An AOTROU a glevas hor mouezh hag a welas hor glac'har, hor poanioł hag hor gwask.

8  An AOTROU en deus tennet ac'hanomp eus an Ejipt dre un dorn kreńv hag ur vrec'h astennet, dre spontoł bras, dre sinoł ha mirakloł.

9  Kaset en deus ac'hanomp d'al lec'h-mań, ha roet en deus deomp ar vro-mań, a zever gant laezh ha mel.

10  Bremań e tegasan frouezh kentań an douar ac'h eus roet din, o AOTROU! Hag e lakai anezho dirak an AOTROU da Zoue, hag e stoui dirak an AOTROU da Zoue,

11  hag en em laouenai gant al Leviad ha gant an diavaeziad a vo en da douez, evit an holl vadoł roet dit ha da'z tiegezh gant an AOTROU da Zoue.

12  Pa ez po echu da zastum an holl zeog eus da leve d'an trede bloaz, bloaz an deog, e roi anezhań d'al Leviad, d'an diavaeziad, d'an emzivad ha d'an intańvez, hag e tebrint e-barzh da zorojoł hag o devo o gwalc'h.

13  Hag e lavari dirak an AOTROU da Zoue: Lamet em eus ar pezh a zo santelaet eus va zi, roet em eus anezhań d'al Leviad, d'an diavaeziad, d'an emzivad ha d'an intańvez, hervez an holl c'hourc'hemennoł ac'h eus kemennet din, ne'm eus torret netra na ankounac'haet hini eus da c'hourc'hemennoł,

14  ne'm eus debret netra pa oan e kańv, ne'm eus lamet netra evit un implij dic'hlan, ne'm eus roet netra evit ur marv, sentet em eus ouzh mouezh an AOTROU va Doue, graet em eus hervez ar pezh ac'h eus gourc'hemennet din.

15  Sell eus da chomlec'h santel, eus an neńvoł, bennig da bobl Israel hag ar vro ac'h eus roet deomp, evel ma'z poa touet d'hon tadoł, ur vro a zever gant laezh ha mel.

16  Hiziv, an AOTROU da Zoue a c'hourc'hemenn dit ober diouzh ar reolennoł hag ar barnedigezhioł-mań; mirout a ri anezho hag e ri diouto eus da holl galon hag eus da holl ene.

17  Lakaet ec'h eus an AOTROU da lavarout hiziv e vo da Zoue, hag e kerzhi en e hentoł, hag e viri e reolennoł, e c'hourc'hemennoł hag e varnedigezhioł, hag e senti ouzh e vouezh.

18  Hag an AOTROU en deus lakaet ac'hanout da lavarout hiziv e vi dezhań ur bobl ispisial, evel m'en deus lavaret dit, hag e viri e holl c'hourc'hemennoł,

19  hag e lakaio ac'hanout dreist an holl bobloł en deus graet, e meuleudi, anv ha gloar, hag e vi ur bobl santelaet d'an AOTROU da Zoue, evel m'en deus lavaret.

 

Pennad 27

Menez Gerizim ha Menez Ebal

1  Moizez hag henaourien Israel a roas urzhioł d'ar bobl o lavarout: Mirit an holl c'hourc'hemennoł a roan deoc'h hiziv.

2  D'an deiz ma tremenot ar Jordan, evit mont d'ar vro a ro deoc'h an AOTROU ho Toue, e savi mein bras hag e lifri anezho gant raz.

3  Skrivań a ri warno holl gomzoł al lezenn-mań pa dremeni evit mont d'ar vro a ro dit an AOTROU da Zoue, ur vro a zever gant laezh ha mel, evel m'en deus lavaret dit an AOTROU, Doue da dadoł.

4  Pa ho po tremenet ar Jordan, e savot ar vein-se a c'hourc'hemennan deoc'h hiziv war Venez Ebal, hag e lifri anezho gant raz.

5  Hag e savi eno un aoter d'an AOTROU da Zoue, un aoter vein, ha ne stoko ket an houarn outo.

6  Sevel a ri aoter an AOTROU da Zoue gant mein diaoz, hag e kinnigi warni loskaberzhoł d'an AOTROU da Zoue.

7  Kinnig a ri aberzhoł a drugarekadennoł, hag e tebri eno, hag en em laouenai dirak an AOTROU da Zoue.

8  Skrivań a ri war ar vein holl gomzoł al lezenn-mań, o verkań anezho mat.

9  Moizez hag an aberzhourien, al Levited, a gomzas ouzh holl Israel o lavarout: Tav ha selaou, Israel! Deuet out hiziv da vezań pobl an AOTROU da Zoue.

10  Sentiń a ri ouzh mouezh an AOTROU da Zoue, hag e ri diouzh e c'hourc'hemennoł hag e reolennoł a gelennan dit hiziv.

11  En deiz-se, Moizez a roas urzhioł d'ar bobl o lavarout:

12  Pa ho po tremenet ar Jordan, en em zalc'ho Simeon, Levi, Juda, Isakar, Jozef ha Benjamin war Venez Gerizim evit bennigań ar bobl,

13  hag en em zalc'ho Ruben, Gad, Aser, Zabulon, Dan ha Neftali war Venez Ebal evit milligań.

14  Al Levited a gomzo hag a lavaro a vouezh uhel da holl dud Israel:

15  Milliget ra vo an den a ra ur skeudenn gizellet pe teuzet, a zo un euzhusted d'an AOTROU, labour daouarn ur micherour a laka anezhi en ul lec'h kuzh! Hag an holl bobl a responto o lavarout: Amen!

16  Milliget ra vo an hini a zispriz e dad hag e vamm! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!

17  Milliget ra vo an hini a zilec'h bonn e nesań! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!

18  Milliget ra vo an hini a ra d'an dall en em goll en hent! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!

19  Milliget ra vo an hini a gemm barnedigezh un diavaeziad, un emzivad, un intańvez! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!

20  Milliget ra vo an hini a gousk gant gwreg e dad, rak e tizolo pallenn e dad! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!

21  Milliget ra vo an hini a gousk gant ul loen bennak! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!

22  Milliget ra vo an hini a gousk gant e c'hoar, merc'h e dad pe merc'h e vamm! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!

23  Milliget ra vo an hini a gousk gant e vamm-gaer! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!

24  Milliget ra vo an hini a sko gant e nesań e kuzh! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!

25  Milliget ra vo an hini a zegemer un donezon evit skuilhań gwad un ene didamall! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!

26  Milliget ra vo an hini na beurc'hraio ket komzoł al lezenn-mań ha na raio ket diouto! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!

 

Pennad 28

Bennozhioł ha mallozhioł

1  Mar sentez ouzh mouezh an AOTROU da Zoue, en ur virout e holl c'hourc'hemennoł a gemennan dit hiziv hag en ur ober diouto, an AOTROU da Zoue a lakaio ac'hanout dreist holl bobloł an douar.

2  Setu an holl vennozhioł a zeuio warnout hag a c'hoarvezo ganit mar sentez ouzh mouezh an AOTROU da Zoue:

3  Benniget e vi e kźr ha benniget e vi war ar maez.

4  Benniget e vo frouezh da gof, frouezh da zouar ha frouezh da loened, klodadoł da saout ha da zeńved.

5  Benniget e vo da baner ha da arc'h.

6  Benniget e vi ez tont ha benniget e vi ez mont.

7  An AOTROU a lakaio da enebourien a savo en da enep da vezań pilet dirazout; mont a raint a-enep dit dre un hent, hag e tec'hint azirazout dre seizh hent.

8  An AOTROU a c'hourc'hemenno d'ar vennozh bezań warnout ez solieroł hag e kement a ri gant da zaouarn, hag e vennigo ac'hanout er vro a ro dit an AOTROU da Zoue.

9  Diazezet e vi evel ur bobl santel gant an AOTROU, evel m'en deus touet dit, ma virez gourc'hemennoł an AOTROU da Zoue ha ma kerzhez en e hentoł.

10  Holl bobloł an douar a welo penaos eo anv an AOTROU galvet warnout, hag e toujint ouzhit.

11  An AOTROU a raio dit kreskiń e madoł, e frouezh da gof, e frouezh da loened, e frouezh da zouar, er vro en deus touet an AOTROU da'z tadoł reiń dit.

12  An AOTROU a zigoro dit e deńzor mat, an neńv, evit reiń ar glav da'z touar en e amzer hag evit bennigań kement a ri gant da zaouarn; hag e presti da galz a bobloł, n'ampresti ket.

13  An AOTROU a lakaio ac'hanout er penn ha nann el lost, hag e vi atav en nec'h, biken ne vi en traoń, pa senti ouzh gourc'hemennoł an AOTROU da Zoue a gemennan dit hiziv, evit mirout anezho hag ober diouto,

14  hep distreiń nag a-zehou nag a-gleiz eus an holl gomzoł a c'hourc'hemennan di hiziv, evit mont war-lerc'h doueoł all hag o servijań.

15  Ma ne sentez ket ouzh mouezh an AOTROU da Zoue, ma ne virez ket e holl c'hourc'hemennoł hag e holl reolennoł a gemennan dit hiziv ha ma ne rez ket diouto, setu an holl vallozhioł a zeuio warnout hag a c'hoarvezo ganit:

16  Milliget e vi e kźr ha milliget e vi war ar maez.

17  Milliget e vo da baner ha da arc'h.

18  Milliget e vo frouezh da gof, frouezh da zouar, klodadoł da saout ha da zeńved.

19  Milliget e vi ez tont ha milliget e vi ez mont.

20  An AOTROU a gaso ar vallozh, ar spont hag ar gourdrouz war gement tra a lakai da zaouarn d'ober, betek ma vi distrujet ha kollet buan, en abeg da fallentez da oberoł, ez po va dilezet evito.

21  An AOTROU a stago ar vosenn ouzhit, betek m'he devo kuzumet ac'hanout a-ziwar c'horre ar vro ma'z ez e-barzh d'he ferc'hennań.

22  An AOTROU a skoio ac'hanout gant al langis, an derzhienn, an danijenn, an devad, ar c'hleze, ar walenn hag an disliv, a heulio ac'hanout betek ma vi aet da goll.

23  An neńvoł a vo arem a-us da'z penn, hag an douar a vo houarn dindanout.

24  An AOTROU a roio poultr hag uloc'h evel glav da'z touar; diskenn a raio warnout eus an neńv, betek ma vi distrujet.

25  An AOTROU a lakaio ac'hanout da vezań pilet gant da enebourien; mont a ri a-enep dezho dre un hent, hag e tec'hi azirazo dre seizh hent, hag e vi stlabezet dre holl rouantelezhioł an douar.

26  Da gorf marv a vo boued holl laboused an neńvoł ha loened an douar, ha ne vo den d'o spouronań.

27  An AOTROU a skoio ac'hanout gant goulioł an Ejipt, ruzderioł, gal, tagn, na c'helli ket pareań anezho.

28  An AOTROU a skoio ac'hanout gant follentez, dallentez, digalonegezh,

29  hag e tastorni e-kreiz an deiz evel ma tastorn an dall en deńvalijenn, ne ri ket berzh ez hentoł, heskinet ha dibourc'het e vi bepred, ha ne vo den ebet da zieubiń ac'hanout.

30  Dimeziń a ri da ur wreg hag un den all a gousko ganti, sevel a ri un ti ha ne chomi ket ennań, plantań a ri ur winieg ha ne zastumi ket frouezh kentań anezhi,

31  da ejen a vo lazhet dirak da zaoulagad ha ne zebri ket dioutań, da azen a vo laeret dirazout ha ne vo ket rentet dit, da zeńved a vo roet da'z enebourien ha ne vo den ebet da zieubiń anezho.

32 Da vibien ha da verc'hed a vo roet d'ur bobl all, da zaoulagad a welo kement-se hag a guzumo war o lerc'h bemdez, ha da zorn a vo dinerzh.

33  Ur bobl na'z po ket anavezet a zebro frouezh da zouar, da holl labour, ha ne vi bepred nemet heskinet ha mac'het.

34  Mont a ri da sot o sellout ouzh ar pezh a weli gant da zaoulagad.

35  An AOTROU a skoio gant goulioł drouk war da zaoulin ha war da zivhar, ha ne c'helli ket bezań pareet, kement-se adalek sol da droad betek da gitern.

36  An AOTROU a raio dit kerzhout, gant da roue az po lakaet warnout, etrezek ur bobl na'z po ket anavezet, na te na da dadoł, hag e serviji eno doueoł all, koad ha maen.

37  E-touez an holl bobloł ma kaso an AOTROU ac'hanout en o c'hreiz, e vi ur souezh, ur goap hag ur godis.

38  Kas a ri kalz a had d'ar parkeier met e tastumi nebeud diouto, rak debret e vo gant ar c'hilheien-raden.

39  Plantań a ri gwiniegi hag o labouri met ne evi ket eus o gwin ha ne zastumi netra diouto, rak debret e vint gant ar preńved.

40  Gwez-olivez az po e-barzh da holl zouaroł met n'en em olevi ket gant o eoul, rak da wez-olivez a gollo o frouezh.

41  Mibien ha merc'hed a c'hani met ne vint ket dit, rak mont a raint e dalc’hidigezh.

42  An amprevaned a baoura da wez ha frouezh da zouar.

43  An diavaeziad a vo en da douez a savo a-us dit en nec'h-tre, hag e tiskenni en traoń-tre,

44  eń a bresto dit ha te ne bresti ket dezhań, eń a vo ar penn ha te a vo al lost.

45  An holl vallozhioł-se a zeuio warnout hag a vo war da lerc'h hag a c'hoarvezo ganit betek ma vi distrujet, dre ma ne'z po ket sentet ouzh mouezh an AOTROU da Zoue ha ne'z po ket miret e c'hourc'hemennoł hag e reolennoł en deus kemennet dit.

46  Int a vo ur sin hag ur burzhud warnout ha war da lignez, da viken.

47  Dre ma ne'z po ket servijet an AOTROU da Zoue gant levenez hag a galon vat e-barzh leunder a bep tra,

48  e serviji da enebourien a gaso an AOTROU en da enep, en naonegezh, er sec'hed, en noazhder, en dibourvez a bep tra, hag e lakaio ur yev houarn war da c'houzoug betek ma vi distrujet.

49  An AOTROU a lakaio da sevel a-enep dit eus pell, eus pennoł an douar, ur bobl a nijo avel an erer, ur bobl na gompreni ket he yezh,

50  ur bobl garv o dremmoł, na ziskouezo na doujańs e-keńver an hini kozh na truez e-keńver ar bugel,

51  a zebro frouezh da loened ha frouezh da zouar, betek ma vi distrujet. Ne lezo dit na gwinizh, na gwin, nag eoul, na klodadoł da saout ha da zeńved, betek ma vi distrujet,

52  hag e sezizo ac'hanout war da holl zorojoł, betek ma kouezho da vogerioł uhel ha kreńv, ar re a fizies enno ez holl vro; da sezizań a raio war da holl zorojoł, en holl vro en devo roet dit an AOTROU da Zoue.

53  Hag e tebri frouezh da gof, kig ar vibien hag ar merc'hed en devo an AOTROU da Zoue roet dit, e-pad ar seziz, en anken ma o devo lakaet ac'hanout da enebourien.

54  An den tenerań en ho touez, an hini flourań, a sello gant ul lagad drouk ouzh e vreur, ouzh e wreg karet-mat hag ouzh ar restad eus e vibien en devo espernet,

55  ne roio da hini ebet anezho kig e vibien a vo o tebriń, dre ma ne chomo netra gantań, e-pad ar seziz, en anken ma o devo lakaet ac'hanout da enebourien ez holl zorojoł.

56  Ar wreg tenerań en ho touez, an hini flourań, an hini n'he dije ket aesaet lakaat sol he zroad war an douar, dre flourded ha dre denerded, a sello gant ul lagad drouk ouzh he fried karet-mat, ouzh he mab hag ouzh he merc'h,

57  ouzh ar bugel bihan a zeuio a-douez he zreid hag ouzh ar vibien a c'hano, rak en diouer a bep tra, e tebro anezho e kuzh, e-pad ar seziz, en anken ma o devo lakaet ac'hanout da enebourien ez holl zorojoł.

58  Ma ne virez ket an holl gomzoł eus al lezenn-mań, a zo skrivet el levr-mań, o toujań anv glorius ha spontus an AOTROU da Zoue,

59  an AOTROU a lakaio da zont goulioł estonus warnout ha goulioł war da lignez, goulioł bras ha kendalc'hus, kleńvedoł fall ha padus.

60  Degas a raio warnout holl gleńvedoł an Ejipt, ac'h eus bet aon razo, hag en em stagint ouzhit,

61  hag an AOTROU a lakaio ivez da zont warnout kleńvedoł ha goulioł n'int ket skrivet e levr al lezenn-mań, betek ma vi distrujet.

62  C'hwi a chomo e niver bihan, el lec'h ma oac'h niverus evel stered an neńv, dre ma ne'z po ket sentet ouzh mouezh an AOTROU da Zoue.

63  Evel m'en doa an AOTROU plijadur oc'h ober vad deoc'h hag o kreskiń ac'hanoc'h, evel-se en devo an AOTROU plijadur o koll ac'hanoc'h hag o tistrujań ac'hanoc'h, hag e viot tennet eus ar vro ez i d'he ferc'hennań.

64  An AOTROU a stlabezo ac'hanout e-touez an holl bobloł, adalek penn an douar betek dibenn an douar, hag e serviji eno doueoł all na'z po ket anavezet, na te na da dadoł, koad ha maen.

65  E-touez ar pobloł-se, ne vi ket sioul ha sol da droad n'en devo diskuizh ebet. An AOTROU a roio dit ur galon grenus, daoulagad enkrezet hag un ene trist.

66  Da vuhez a vo dispis dirazout, er spont e vi noz ha deiz, aon az po ez puhez.

67  Diouzh ar beure e lavari: Perak n'eo ket noz? Da noz e lavari: Perak n'eo ket ar beure? Kement-se en abeg d'ar spont a spourono da galon ha d'ar gwel a welo da zaoulagad.

68  Hag an AOTROU a adkaso ac'hanout d'an Ejipt war listri, dre an hent am eus lavaret dit diwar e benn:  N'en adweli ken! Hag eno en em werzhot d'hoc'h enebourien evel sklavourien ha mitizhien, ha ne vo den d'ho prenań.

 

Pennad 29

An emglev adnevezet

1  Setu komzoł an emglev en deus gourc'hemennet an AOTROU da Voizez ober gant vibien Israel e bro Voab, en tu-hont d'an emglev en doa graet ganto en Horeb.

2  Moizez a zastumas holl Israel hag a lavaras: Gwelet hoc'h eus kement en deus graet an AOTROU dirak ho taoulagad e bro Ejipt, da Faraon, d'e holl servijerien ha d'e holl vro,

3  an amprouennoł bras en deus gwelet da zaoulagad, ar sinoł hag ar burzhudoł bras.

4  Met an AOTROU n'en deus ket roet deoc'h ur galon evit kompren, na daoulagad evit gwelout, na divskouarn evit klevout, betek hiziv.

5  Da renet em eus daou-ugent vloaz el lec'h distro, da zilhad ne voent ket uzet warnout ha da votoł ne voent ket uzet war da dreid,

6  n'hoc'h eus ket debret bara, n'hoc'h eus ket evet gwin nag evajoł kreńv, evel-se hoc'h eus anavezet penaos on me an AOTROU ho Toue.

7  Deuet oc'h el lec'h-mań; Sihon roue Hesbon hag Og roue Basan a zeuas a-ziarbenn deomp evit stourm ouzhimp, hag hon eus pilet anezho.

8  Kemeret hon eus o bro hag he roet hon eus da hźrezh d'ar Rubeniz, d'ar C'hadiz ha da hanter-veuriad Manase.

9  Mirout a reot komzoł an emglev-mań hag e reot diouto, evit ober berzh e kement a reot.

10  En em gavit holl hiziv dirak an AOTROU ho Toue, pennoł ho meuriadoł, hoc'h henaourien, hoc'h ofiserien, holl wazed Israel,

11  ho pugale, ho kwragez, da ziavaeziad a zo e-barzh da gamp, adalek da faouter koad betek da denner dour,

12  evit mont e-barzh emglev an AOTROU da Zoue, a ra gant le an AOTROU da Zoue ganit hiziv,

13  a-benn lakaat ac'hanout hiziv evel e bobl, hag eń a vo da Zoue, evel m'en deus lavaret dit hag evel m'en deus touet da'z tadoł, da Abraham, da Izaak ha da Jakob.

14  N'eo ket ganeoc'h hepken e ran an emglev-mań gant le,

15  met gant an hini en em ziskouez amań ganeomp hiziv dirak an AOTROU hon Doue, ha gant an hini n'emań ket amań ganeomp hiziv.

16  C'hwi a oar penaos ez omp bet o chom e bro Ejipt ha penaos hon eus tremenet dre ar broadoł hoc'h eus treuzet.

17  Gwelet hoc'h eus o zraoł euzhus hag o doueoł, koad, maen, arc'hant, aour, a zo en o zouez.

18  Ra ne vo ket en ho touez na den, na gwreg, na tiegezh, na meuriad, a zistrofe e galon hiziv diouzh an AOTROU hon Doue evit mont da servijań doueoł ar broadoł-se. Ra ne vo en ho touez gwrizienn ebet da reiń ampoezon pe huelenn-c'hwerv.

19  An hini a glevfe komzoł ar vallozh-se hag en em vennigfe en e galon o lavarout: Peoc'h am bo pa gerzhin e c'hoantadoł va c'halon, o stagań ar vezventi ouzh ar sec'hed,

20  an AOTROU ne fello ket dezhań pardoniń d'an den-se, met kounnar an AOTROU hag e warizi en em dano en e enep, an holl vallozhioł skrivet el levr-mań a bouezo warnań, hag an AOTROU a lamo e anv a-zindan an neńvoł.

21  An AOTROU a zispartio anezhań diouzh holl veuriadoł Israel evit e walleur, hervez an holl vallozhioł skrivet e levr al lezenn-mań.

22  Ar rummoł da zont, ho mibien a savo war ho lerc'h hag an diavaeziad a zeuio eus ur vro bell, a welo goulioł ar vro-mań, ar c'hleńvedoł en devo an AOTROU kaset enni,

23  soufr, holen hag entanadur a vo en holl vro, penaos ne vo ket hadet, ne ziwano netra ha ne gresko geot ebet, evel pa voe diskaret Sodom, Gomora, Adma, Zeboim, a zistrujas an AOTROU en e gounnar hag en e fulor,

24  hag an holl bobloł a lavaro: Perak en deus an AOTROU graet evel-se d'ar vro-mań? Perak taerded ar fulor bras-se?

25  Hag e vo respontet: Dre m'o deus dilezet emglev an AOTROU, Doue o zadoł, en doa graet ganto p'en deus tennet anezho eus bro Ejipt,

26  ha ma'z int aet da servijań doueoł all ha d'en em stouiń dirazo, doueoł n'anavezent ket ha n'en doa ket roet dezho da lodennań.

27  Kounnar an AOTROU a zo en em danet a-enep ar vro-mań, evit lakaat da zont warni an holl vallozhioł skrivet el levr-mań.

28  An AOTROU en deus tennet anezho eus o douar, gant kounnar, fulor ha brouez vras, hag en deus o zaolet en ur vro all, evel ma weler hiziv.

29  An traoł kuzhet a zo d'an AOTROU hon Doue, met an traoł diskuliet a zo deomp ha d'hor mibien da viken, evit ma raimp diouzh holl gomzoł al lezenn-mań.

 

Pennad 30

Bennozh pe mallozh. Buhez pe marv

1  Pa c'hoarvezo an holl draoł-se am eus diskouezet dit, ar vennozh hag ar vallozh, ha pa sońji enno en da galon e-touez an holl bobloł e-lec'h m'en devo kaset ac'hanout an AOTROU da Zoue,

2  ma tistroi d'an AOTROU da Zoue ha ma senti ouzh e vouezh e kement tra a c'hourc'hemennan dit hiziv, te ha da vibien, eus da holl galon hag eus da holl ene,

3  neuze an AOTROU da Zoue a zegaso da re zalc'het en-dro hag en devo truez ouzhit, hag e tastumo ac'hanout a-nevez diouzh an holl bobloł en devo da stlabezet en o zouez.

4  Pa vefes kaset e penn pellań an neńvoł, ac'hane e tastumo ac'hanout an AOTROU da Zoue, hag ac'hane e tenno ac'hanout.

5  An AOTROU da Zoue a zereno ac'hanout d'ar vro a oa da'z tadoł, hag e perc'henni anezhi; ober a raio vad dit, hag e kresko ac'hanout muioc'h eget da dadoł.

6  An AOTROU da Zoue a amdroc'ho da galon ha kalon da lignez, hag e kari an AOTROU da Zoue eus da holl galon hag eus da holl ene, evit ma vevi.

7  An AOTROU da Zoue a lakaio an holl vallozhioł-se war da enebourien ha war ar re o devo da gasaaet ha da heskinet.

8  Te a zistroio hag a sento ouzh mouezh an AOTROU, hag e ri diouzh an holl c'hourc'hemennoł a gemennan dit hiziv.

9  An AOTROU da Zoue a raio dit kreskiń e madoł, e kement a ri gant da zaouarn, e frouezh da gof, e frouezh da loened, e frouezh da zouar, rak an AOTROU en devo a-nevez plijadur oc'h ober vad dit, evel m'en deus bet plijadur gant da dadoł,

10  pa senti ouzh mouezh an AOTROU da Zoue, o virout e c'hourc'hemennoł hag e reolennoł skrivet e levr al lezenn-mań, pa zistroi d'an AOTROU da Zoue eus da holl galon hag eus da holl ene.

11  Ar gourc'hemenn a gemennan dit hiziv n'eo ket dreistdiraez na re bell evidout.

12  N'emań ket en neńvoł, evit ma lavari: Piv a bigno d'an neńv d'e zegas deomp ha d'e reiń deomp da glevout, evit ma raimp dioutań?

13  N'emań ket e tu all d'ar mor, evit ma lavari: Piv a dremeno d'an tu all d'ar mor d'e zegas deomp ha d'e reiń deomp da glevout, evit ma raimp dioutań?

14  Met ar gomz a zo tost dit, en da c'henoł hag en da galon, evit ma c'helli ober dioutań.

15  Setu, lakaet em eus dirazout hiziv ar vuhez hag ar mad, ar marv hag an droug.

16  Gourc'hemenn a ran dit hiziv karout an AOTROU da Zoue, kerzhout en e hentoł, mirout e c'hourc'hemennoł, e reolennoł hag e varnedigezhioł, evit ma vevi ha ma kreski, hag e vennigo ac'hanout an AOTROU da Zoue er vro ma'z ez e-barzh d'he ferc'hennań.

17  Met mar distro da galon, ma ne sentez ket, ma en em lezez bountań d'en em stouiń dirak doueoł all ha d'o servijań,

18  me a zisklźr deoc'h hiziv penaos ez eot da goll a-dra-sur, ha ne hiraiot ket ho teizioł er vro emaoc'h o vont da berc'hennań en tu all d'ar Jordan.

19  Kemer a ran hiziv an neńvoł hag an douar da dest en hoc'h enep, penaos em eus lakaet dirazout ar vuhez hag ar marv, ar vennozh hag ar vallozh. Dibab ar vuhez evit ma vevot, te ha da lignez,

20  evit karout an AOTROU da Zoue, evit sentiń ouzh e vouezh, evit en em stagań outań, rak eń eo da vuhez, hag eń a hiraio da zeizioł hag e c'helli chom er vro en deus touet an AOTROU reiń d'ho tadoł, da Abraham, da Izaak ha da Jakob.

 

Pennad 31

Galv Jozue. Al Lezenn lennet. Disentidigezh Israel da zont

1  Moizez a yeas hag a lavaras ar c'homzoł-mań da holl Israel:

2  Lavarout a reas dezho: Oadet on hiziv a gant ugent vloaz, ne c'hellin ken mont na dont, hag an AOTROU en deus lavaret din: Ne dremeni ket ar Jordan-se.

3  An AOTROU da Zoue a dremeno dirazout hag a zistrujo ar pobloł-se a-zirazout, hag e perc'henni anezho. Jozue a dremeno dirazout, evel m'en deus lavaret an AOTROU.

4  An AOTROU a raio dezho evel m'en deus graet da Sihon ha da Og, rouaned an Amoreaned, ha d'o bro, en deus distrujet.

5  An AOTROU a lakaio anezho en ho taouarn, hag e reot dezho hervez ar gourc'hemenn am eus roet deoc'h.

6  En em galonekait ha bezit kreńv! N'ho pet ket aon ha na vezit ket spontet abalamour dezho, rak an AOTROU da Zoue a gerzho ganit, ne zilaosko ket ac'hanout, ne zilezo ket ac'hanout.

7  Moizez a c'halvas Jozue hag a lavaras dezhań dirak holl Israel: En em galoneka ha bez kreńv! Rak te a yelo gant ar bobl-mań er vro en deus touet an AOTROU reiń d'ho tadoł, te a lakaio anezho da berc'hennań o hźrezh.

8  An AOTROU a gerzho dirazout hag a vo ganit, ne zilaosko ket ac'hanout, ne zilezo ket ac'hanout. Na'z pez ket aon ha bez dispont!

9  Moizez a skrivas al lezenn-mań, a roas d'an aberzhourien mibien Levi, ar re a zouge arc'h emglev an AOTROU, ha da holl henaourien Israel.

10  Moizez a roas urzhioł dezho o lavarout: E diwezh bep seizh vloaz, e-pad lidoł ar bloavezh-ehan, da ouel al logelloł,

11  pa zeuio holl Israel d'en em gavout dirak an AOTROU da Zoue el lec'h en devo dibabet, e lenni al lezenn-mań dirak holl Israel, hag e klevint.

12  Dastum ar bobl, gwazed, gwragez, bugale, hag an diavaeziad a vo e-barzh da zorojoł, evit ma klevint ha ma teskint doujań an AOTROU ho Toue, ha ma virint holl gomzoł al lezenn-mań ha ma raint diouto.

13  Hag o mibien, ar re n'o deus ket bet anaoudegezh, a glevo hag a zesko doujań an AOTROU ho Toue, e-pad an holl zeizioł ma vevot er vro emaoc'h o vont da berc'hennań en tu all d'ar Jordan.

14  An AOTROU a lavaras da Voizez: Setu m'eo tost an deiz ma varvi. Galv Jozue, en em gavit e teltenn an engalv, hag e roin dezhań va urzhioł. Moizez ha Jozue a yeas d'e em gavout e teltenn an engalv.

15  An AOTROU a zeuas war wel en ur golonenn a goabrenn hag ar golonenn a goabrenn en em zalc'has ouzh digor an deltenn.

16  An AOTROU a lavaras da Voizez: Setu, emaout o vont da gousket gant da dadoł. Ar bobl-mań a savo hag en em roio d'ar gasterezh gant doueoł estren ar vro e-lec'h ma'z eont e-barzh, hag e tilezint ac'hanon hag e torrint va emglev am eus graet ganto.

17  D'an deiz-se va c'hounnar en em dano a-enep dezho. Me o zilezo hag e kuzhin va dremm. Lonket e vint, hag e c'houzańvint poanioł niverus hag enkrezioł, hag e lavarint en deiz-se: Ha n'eo ket dre ma n'emań ken hon Doue en hor c'hreiz e c'houzańvomp ar poanioł-mań?

18  Hag e kuzhin va dremm an deiz-se, abalamour d'an holl droug o devo graet ouzh en em dreiń etrezek doueoł all.

19  Bremań, skrivit ar c'hantik-mań. Kelennit anezhań da vibien Israel, lakait anezhań en o genoł, evit ma servijo din ar c'hantik-mań da dest a-enep mibien Israel.

20  Rak e renin anezho er vro am eus touet d'o zadoł, ur vro a zever gant laezh ha mel, hag e tebrint hag o devo o gwalc'h hag e vint lart. Neuze en em zistroint war-zu doueoł all, hag e servijint anezho, hag e tisprizint ac'hanon, hag e torrint va emglev.

21  Neuze e c'houzańvint poanioł niverus hag enkrezioł, hag e komzo ar c'hantik-mań evel test en o enep, dre ma ne vo ket ankounac'haet gant genoł o lignez. Rak anavezout a ran o mennozhioł, o deus diskuliet dija hiziv, a-raok ma em eus o derenet d'ar vro am eus touet.

22  En deiz-se e skrivas Moizez ar c'hantik-mań, hag en kelennas da vibien Israel.

23  Hag e roas urzhioł da Jozue mab Nun o lavarout: En em galoneka ha bez kreńv! Rak te a zereno mibien Israel d'ar vro am eus touet dezho, ha me a vo ganit.

24  P'en doe echu Moizez da skrivań komzoł al lezenn-mań war ul levr, betek an diwezh,

25  e roas ar gourc'hemenn-mań d'al Levited a zouge arc'h emglev an AOTROU o lavarout:

26  Kemerit levr al lezenn-mań, lakait anezhań e-kichen arc'h emglev an AOTROU ho Toue, hag e vo eno evel test a-enep dit,

27  rak anavezout a ran da zisentidigezh ha da c'houzoug reut. Setu, e-pad ma'z on c'hoazh hiziv bev ganeoc'h, ez oc'h disentus ouzh an AOTROU, pegement mui ne viot ket goude va marv!

28  Dastumit davedon holl henaourien ho meuriadoł hag hoc'h ofiserien, hag e lavarin ouzh o divskouarn ar c'homzoł-mań, hag e kemerin an neńvoł hag an douar da dest en o enep.

29  Rak gouzout a ran penaos, goude va marv, en em vreinot hag e tistroiot diouzh an hent am eus gourc'hemennet deoc'h; hag e c'houzańvot poanioł en deizioł da zont, pa ho po graet ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, o fuloriń anezhań dre oberennoł ho taouarn.

30  Moizez a lavaras ouzh divskouarn holl vodadenn Israel komzoł ar c'hantik-mań, betek an diwezh:

 

Pennad 32

Kantik Moizez

1  Neńvoł, roit ho skouarn, hag e komzin! Douar, selaou gerioł va genoł!

2  Va c'helennadurezh a redo evel ar glav, va ger a gouezho evel ar glizh, evel al litenn war ar c'hlasvez, evel barradoł war ar geot!

3  Rak ec'h embannin anv an AOTROU. Meulit braster hon Doue!

4  Eń eo ar roc'h, e oberoł a zo peurvat, e holl hentoł a zo ur varnedigezh, un Doue leal eo, hep direizhder, gwirion hag eeun.

5  Int a zo en em vreinet, ur vezh eo! E vibien a zo ur rummad diroll ha fall.

6  Hag evel-se eo e trugarekait an AOTROU, pobl diskiant hag hep furnez? Ha n'eo ket da dad, an hini en deus da brenet, an hini en deus da c'hraet ha da startaet?

7  Az pez sońj eus da zeizioł gwechall, evesha er bloavezhioł a rummadoł da rummadoł, goulenn digant da dad hag e tesko dit, digant da dud kozh hag e lavarint dit.

8  Pa lodennas an Uhel-Meurbet o hźrezh d'ar broadoł, pa zispartias mibien Adam, e lakaas bonnoł ar pobloł hervez niver mibien Israel,

9  rak lodenn an AOTROU eo e bobl, Jakob eo lodenn e hźrezh.

10  E gavet en deus en ur vro distro, en ul lec'h digenvez ha dilezet d'ar yudadegoł. E c'hronnet en deus, eveshaet en deus outań, diwallet en deus anezhań evel e ibil-lagad,

11  evel an erer o tihuniń e neizhiad hag o nijellań a-us d'e re vihan, a astenn e zivaskell, o c'hemer hag o doug war e bluńv,

12  an AOTROU e-unan en deus renet anezhań, ha n'eus ket bet doue estren gantań.

13  E lakaet en deus da varc'hekaat war lec'hioł uhel an douar ha da zebriń frouezh ar parkeier, da chugal mel ar roc'h hag eoul ar reier kalet,

14  amann ar saout ha laezh an deńved, lard an oaned, an tourzed eus Basan hag ar bouc'hed, flour kuńv ar gwinizh; evet ec'h eus gwad nerzhus ar rezin.

15  Jeshurun a zo deuet da vezań lart hag en deus rebarbet. Deuet out da vezań lart, tev ha kuilh! Dilezet en deus an Doue en deus graet anezhań, disprizet en deus roc'h e silvidigezh.

16  Heget o deus e warizi dre zoueoł estren, hegaset o deus anezhań dre draoł euzhus:

17  Aberzhet o deus da ziaouled ha n'int ket Doue, da zoueoł n'anavezent ket, nevez deuet abaoe nebeut ha ne oant ket bet doujet gant o tadoł.

18  Dilezet ec'h eus ar roc'h en eus da c'hanet, ankounac'haet ec'h eus an Doue en deus da stummet.

19  An AOTROU a welas kement-se, hag e voe hegaset, imoret dre e vibien hag e verc'hed.

20  Lavaret en deus: Kuzhat a rin va dremm outo, hag e welin penaos e vo o diwezh, rak ur rummad fall ez int, mibien diskredik.

21  Lakaet o deus ac'hanon da vezań gwarizius dre ar pezh n'eo ket Doue, lakaet o deus droug da sevel ennon dre o zraoł aner, me o lakaio da vezań gwarizius dre ar pezh n'eo ket ur bobl, lakaat a rin droug da sevel enno dre ur vroad diskiant,

22  rak un tan a zo bet enaouet em c'hounnar, hag e tevo betek fońs lec'h ar marv, hag e losko an douar hag e frouezh, hag ec'h entano diazezoł ar menezioł.

23  Dastum a rin warno poanioł, tennań a rin a-enep dezho holl va biroł.

24  Kuzumet e vint gant an naon, debret gant an derzhienn ha gant ur walenn spontus, kas a rin a-enep dezho dant al loened gouez, ha binim ar stlejviled a ruz er poultr.

25  Ar c'hleze a zistrujo er-maez, hag ar spouron e-barzh, o skeiń an den yaouank hag ar werc'hez, ar poupig had an den gant blev gwenn.

26  Me a lavarfe: O stlabezań a rin, hag e tiverkin o eńvor a-douez an dud!

27  Met aon am eus rak goapaerezh an enebour, hag e c'hellfe en em douellań o gwaskerien, hag e c'hellfent lavarout: Hon dorn a zo bet savet, ha n'eo ket an AOTROU en deus graet kement-se.

28  Ur bobl dibourvez a varnedigezh eo, n'eus skiant ebet enno.

29  Ma vijent fur, e komprenjent kement-mań, hag e sońjjent er pezh a c'hoarvezo ganto d'an diwezh.

30  Penaos en defe gallet unan redek war-lerc'h mil, ha daou redek war-lerc'h dek mil, nemet en defe o roc'h o gwerzhet, hag an AOTROU o deroet?

31  Rak n'eo ket o roc'h evel hor roc'h, hon enebourien a c'hell barn.

32  Met o gwinienn a zeu eus gwiniegi Sodom, hag eus douaroł Gomora, o rezin a zo rezin ampoezonet, o blokad a zo c'hwerv,

33  o gwin a zo binim an erevent, poezon garv an naered-gwiber.

34  Kement-se, ha n'eo ket kuzhet em c'hichen? Ha n'eo ket siellet em zeńzorioł?

35  Din-me eo ar veńjańs ha me a rento, pa vrańsello o zroad! Rak deiz o foanioł a zo tost, hag an traoł a dle c'hoarvezout en em hast.

36  An AOTROU a varno e bobl, met ouzh e servijerien en devo truez, pa welo ez eo aet o nerzh, ha n'eus den ken, na re zalc'het na re zieubet.

37  Lavarout a raio: Pelec'h emań o doueoł, ar roc'h ma fizient ennań,

38  a zebre lard o aberzhoł, hag a eve gwin o evadkinnigoł? Ra savo! Ra o sikouro! Ra vo warno o gwarez!

39  Gwelit bremań penaos eo me va-unan eo me, ha penaos n'eus doue all ebet nemedon. Me a ra mervel ha bevań, me a c'hloaz hag a yac'ha, ha n'eus den hag a c'hell dieubiń eus va dorn.

40  Rak e savan va dorn war-zu an neńv, hag e lavaran: Me a zo bev da viken!

41  Mar lemman luc'hedenn va c'hleze, ha mar krog va dorn er varnedigezh, e tennin veńjańs eus va enebourien, hag e kastizin ar re a gasa ac'hanon,

42  mezviań a rin va biroł gant o gwad, va c'hleze a zebro o c'hig, diwar gwad ar re c'hloazet hag ar re zalc'het, diwar penn mestroł an enebour.

43  Broadoł, en em laouenait gant e bobl! Rak e veńjo gwad e servijerien, e tenno veńjańs eus e enebourien, hag e raio dic'haou evit e zouar hag evit e bobl.

44  Moizez a zeuas hag a zisklźrias holl gomzoł ar c'hantik-mań e divskouarn ar bobl, ha Jozue mab Nun a oa gantań.

45  P'en doe Moizez echuet da zisklźriań an holl gomzoł-mań dirak holl Israel,

46  e lavaras dezho: Lakait ho kalonoł da virout an holl gomzoł a bedan ac'hanoc'h hiziv da gemenn d'ho mibien, evit ma virint holl gomzoł al lezenn-mań ha ma raint diouto.

47  Rak n'int ket komzoł didalvez evidoc'h, met ho puhez eo; dre ar c'homzoł-mań ec'h hiraiot ho teizioł er vro ma'z eot da berc'hennań, o tremen ar Jordan.

48  D'an hevelep deiz e komzas an AOTROU da Voizez o lavarout:

49  Pign war venez Abarim, war venez Nebo, a zo e bro Voab, a-dal da Jeriko, ha sell ouzh bro Ganaan a roan da hźrezh da vibien Israel.

50  Mervel a ri war ar menez a vi pignet warnań; hag e vi dastumet gant da bobl, evel ma varvas Aaron da vreur war venez Hor, hag e voe dastumet gant e bobl,

51  rak pec'het hoc'h eus a-enep din e-touez mibien Israel da zoureier Meriba, e Kadesh, e distro Zin, ha n'hoc'h eus ket santelaet ac'hanon e-touez mibien Israel.

52  Gwelout a ri ar vro dirazout, met ned i ket er vro a roan da vibien Israel.

 

Pennad 33

Bennozhioł Moizez

1  Moizez, den Doue, a vennigas mibien Israel dre ar vennozh da heul, kent mervel.

2  Lavarout a reas: An AOTROU a zo deuet eus ar Sinai, hag a zo savet a-us dezho e Seir. Lugernet en deus eus menez Paran, deuet eo gant dekviliadoł santel, eus e zehou e teuas evito ul lezenn entanet.

3  Ya, karout a ra ar pobloł, e holl sent a zo ez torn. En em zalc'het int ouzh da dreid, resevet o deus da gomzoł.

4  Moizez en deus kemennet deomp al lezenn, hźrezh bodadenn Jakob.

5  Bez' eo bet roue e Jeshurun, pa en em zastume pennoł ar bobl, gant meuriadoł Israel.

6  Ra vevo Ruben ha ra ne varvo ket, ra vo e dud niverus!

7  Ha diwar-benn Juda e lavaras: Selaou, AOTROU, mouezh Juda, degas anezhań war-zu e bobl. Ra vo galloudus e zaouarn, sikour anezhań a-enep e enebourien!

8  Ha diwar-benn Levi e lavaras: Da Dummim ha da Urim a vo gant an den feal, an hini ac'h eus temptet e Masa, enebet outań e doureier Meriba,

9  hag en deus lavaret eus e dad hag eus e vab: Ne'm eus ket o gwelet; n'en deus ket anavezet e vreudeur, ha n'en deus ket anavezet e vibien. Miret o deus da c'herioł, ha dalc'het da emglev.

10  Kelenn a raint da varnedigezhioł da Jakob, ha da lezenn da Israel. Lakaat a raint ar c'hwezh-vat dindan da zivfron, hag al loskaberzh war da aoter.

11  O AOTROU, bennig e nerzh, ha degemer labour e zaouarn! Torr lounezhi ar re a sav a-enep dezhań, ha ra ne adsavo ken ar re a gasa anezhań.

12  Ha diwar-benn Benjamin e lavaras: An hini a zo karet-mat gant an AOTROU, a chomo e surentez en e gichen. E c'holoio bemdez, hag en em zalc'ho etre e zivskoaz.

13  Ha diwar-benn Jozef e lavaras: E vro a zo benniget gant an AOTROU, gant traoł prizius an neńv, gant ar glizh, gant ar poulloł en traoń,

14  gant frouezh prizius an heol, gant an traoł prizius roet pep loariad,

15  gant traoł mat ar menezioł kozh, gant traoł prizius ar c'hrec'hioł a zo atav amań,

16  gant traoł prizius an douar hag e leunder. Madelezh an hini en em ziskouezas er vodenn, ra vo war benn Jozef, ha war glopenn ar re santelaet a-douez e vreudeur.

17  Bez' en deus kaerded ar c'hentań-ganet eus e goleoł, e gerniel a zo kerniel ur bual; ganto e vroudo ar pobloł a-gevret, betek pennoł an douar, bez' ez int dekviliadoł Efraim, bez' ez int miliadoł Manase.

18  Ha diwar-benn Zabulon e lavaras: En em laouena Zabulon e-pad da ermaeziadennoł, ha te ivez Isakar ez teltennoł!

19  Int a galvo ar pobloł d'ar menez, eno e kinnigint aberzhoł a reizhder, rak e sunint fonnusted ar mor, ha teńzorioł kuzhet en traezh.

20  Ha diwar-benn Gad e lavaras: Ra vo benniget an hini a laka Gad er frankiz, diskuizh a ra evel ul leon, hag e freuz ar brec'h gant ar c'hlopenn.

21  Dibabet en deus ar gwellań evitań, rak eno e oa kuzhet lodenn al lezenner. Deuet eo gant pennoł ar bobl, graet en deus reizhder an AOTROU, hag e varnedigezhioł e-keńver Israel.

22  Ha diwar-benn Dan e lavaras: Dan a zo ul leon yaouank, lammat a ra eus Basan.

23  Ha diwar-benn Neftali e lavaras: Neftali, leuniet a vadelezh ha karget a vennozhioł an AOTROU, a berc'henn ar c'huzh-heol hag ar c'hreisteiz.

24  Ha diwar-benn Aser e lavaras: Ra vo benniget Aser gant ar vibien! Ra vo plijus d'e vreudeur, ha ra walc'ho e droad en eoul!

25  Da brennoł a vo a houarn hag a arem, ha da nerzh a bado keit ha da zeizioł.

26  N'eus hini hag a vefe heńvel ouzh Doue Jeshurun, a zeu da'z sikour douget war an neńvoł, ha war e goabrennoł en e veurdez.

27  Ur repu eo an Doue a zo a bep amzer, dindan e zivrec'h peurbadus. Kaset en deus kuit a-zirazout an enebour, hag en deus lavaret: Distruj!

28  Israel a chomo e-unan e surentez, eienenn Jakob, a vo war un douar a winizh hag a win, hag e neńvoł a zivero ar c'hlizhenn.

29  Eürus out, Israel! Piv eo ar bobl a zo heńvel ouzhit, pobl saveteet gant an AOTROU, skoed da sikour, ha kleze da veurded? Da enebourien a vo dońvaet, ha te a vac'ho gant da dreid o lec'hioł uhel.

 

Pennad 34

Marv Moizez

1  Moizez a bignas eus plaenennoł Moab war menez Nebo, war lein ar Pisga, a-dal da Jeriko. An AOTROU a ziskouezas dezhań an holl vro,

2  adalek Galaad betek Dan, holl vro Neftali, bro Efraim ha Manase, holl vro Juda betek mor ar c'huzh-heol,

3  ar c'hreisteiz, plaenenn traonienn Jeriko, kźr ar palmez, betek Zoar.

4  An AOTROU a lavaras: Setu ar vro am eus touet reiń da Abraham, da Izaak, da Jakob, o lavarout: He reiń a rin da'z lignez. Diskouezet em eus anezhi da'z taoulagad, met ned i ket enni.

5  Moizez, servijer an AOTROU, a varvas eno, e bro Voab, hervez ger an AOTROU.

6  Hag e sebelias anezhań en un draonienn e bro Voab, a-dal da Vet-Peor. Ha den n'en deus anavezet e vez betek hiziv.

7  Moizez a oa en oad a gant ugent vloaz pa varvas; ne oa ket gwanaet e zaoulagad, ne oa ket tremenet e nerzh.

8  Mibien Israel a ouelas Moizez e-pad tregont devezh e maezioł Moab, ha deizioł-gouelań kańvoł Moizez a voe peurc'hraet.

9  Jozue mab Nun a oa leuniet gant ar Spered a furnez, rak Moizez en doa lakaet e zaouarn warnań. Mibien Israel a sentas outań hag a rejont hervez m'en doa an AOTROU gourc'hemennet da Voizez.

10  N'eo biskoazh savet profed ebet en Israel evel Moizez, en devoa anavezet anezhań an AOTROU dremm ouzh dremm,

11  evit an holl sinoł ha mirakloł a gasas anezhań an AOTROU d'ober e bro Ejipt, dirak Faraon, dirak e holl servijerien hag en e holl vro,

12  hag evit an dorn kreńv hag ar spontoł bras a ziskouezas Moizez da zaoulagad Israel.