LEVR AR PROFED

AGGE

 

Pennad 1

1  D'an eilvet bloaz eus ar roue Dariuz, d'ar c'hwec'hvet miz, d'an deiz kentań eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklźriet dre Agge ar profed da Zorobabel mab Salatiel, gouarnour Juda, ha da Jozue mab Jozadak, an aberzhour-meur, o lavarout:

2   Evel-henn e komz AOTROU an armeoł o lavarout: Ar bobl-mań a lavar: N'eo ket deuet an amzer, an amzer da adsevel ti an AOTROU.

3  Setu perak e voe disklźriet komz an AOTROU dre Agge ar profed, o lavarout:

4  Daoust hag-eń e vefe an amzer evidoc'h da chom e tiez lambrusket, e-pad ma'z eo an ti-mań gwastet?

5  Bremań eta evel-henn e komz AOTROU an armeoł: Taolit evezh ouzh ho hentoł.

6  Hadet hoc'h eus kalz, met dastumet hoc'h eus nebeut; debret hoc'h eus, met n'hoc'h eus ket bet ho kwalc'h; evet hoc'h eus, met n'hoc'h eus ket torret ho sec'hed; gwisket hoc'h eus, met n'oc'h ket tommet; gounid an hini en em c'hopra a zo lakaet en ur sac'h toullet.

7  Evel-henn e komz AOTROU an armeoł: Taolit evezh ouzh ho hentoł.

8  Pignit d'ar menez, degasit koad, ha savit an ti-mań; kemer a rin plijadur e kement-se, hag e tennin gloar dioutań, eme an AOTROU.

9  Gortoz a raec'h kalz, ha setu nebeut eo bet! E gaset hoc'h eus d'ar gźr, met c'hwezhet em eus warnań. Perak? eme AOTROU an armeoł. En abeg da'm zi, dre ma'z eo gwastet, e-pad ma hast pep hini evit e di e-unan.

10  En abeg da-se, an neńvoł dreistoc'h a zalc'h ar c'hlizhenn, hag an douar a zalc'h e eost.

11  Galvet em eus ar sec'hor war an douar ha war ar menezioł, war an ed, war ar rezin ha war an eoul, war gement a ro an douar, war an dud ha war al loened, war holl labour an daouarn.

12  Zorobabel mab Salatiel, Jozue mab Jozadak, an aberzhour-meur, hag an nemorant eus ar bobl a glevas mouezh an AOTROU o Doue ha komzoł Agge ar profed, hervez ar garg en doa e gaset eviti an AOTROU o Doue. Hag ar bobl en doe aon dirak an AOTROU.

13  Agge, kannad an AOTROU, a gomzas d'ar bobl hervez urzh an AOTROU, o lavarout: Me a zo ganeoc'h, eme an AOTROU.

14  An AOTROU a zihunas spered Zorobabel mab Salatiel, gouarnour Juda, ha spered Jozue mab Jozadak, an aberzhour-meur, ha spered an nemorant eus ar bobl, hag e teujont hag en em lakajont da labourat war di AOTROU an armeoł o Doue,

15  d'ar pevare deiz warn-ugent eus ar c'hwec'hvet miz, en eilvet bloaz eus ar roue Dariuz.

 

Pennad 2

1  D'ar seizhvet miz, d'an deiz kentań warn-ugent eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklźriet dre Agge ar profed o lavarout:

2  Komz eta ouzh Zorobabel mab Salatiel, gouarnour Juda, hag ouzh Jozue mab Jozadak, an aberzhour-meur, hag ouzh an nemorant eus ar bobl, ha lavar dezho:

3  Piv a chom en ho touez eus ar re o deus gwelet an ti-mań en e c'hloar kentań? Ha penaos e welit anezhań bremań? Evel ma'z emań, ha n'eo ket evel netra dirak ho taoulagad?

4  Met bremań, kalon dit Zorobabel! eme an AOTROU. Kalon dit Jozue mab Jozadak, aberzhour-meur! Kalon deoc'h-c'hwi holl bobl ar vro! eme an AOTROU. Ha labourit, rak me a zo ganeoc'h, eme AOTROU an armeoł,

5  hervez an emglev am eus graet ganeoc'h pa'z oc'h aet er-maez eus an Ejipt, ha va Spered a chom en ho kreiz. N'ho pet ket aon!

6  Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoł: Ur wech c'hoazh, a-benn nebeut, e vrańsellin an neńvoł hag an douar, ar mor hag ar sec'h.

7  Hag e vrańsellin an holl vroadoł, hag e teuio teńzorioł an holl vroadoł, hag e leugnin an ti-mań a c'hloar, eme AOTROU an armeoł.

8  An arc'hant a zo din, hag an aour a zo din, eme AOTROU an armeoł.

9  Gloar an ti diwezhań-mań a vo brasoc'h eget hini ar c'hentań, eme AOTROU an armeoł. Hag e lakain ar peoc'h el lec'h-mań, eme AOTROU an armeoł.

10  D'ar pevare deiz warn-ugent eus ar navet miz, en eilvet bloaz eus ar roue Dariuz, komz an AOTROU a voe disklźriet dre Agge ar profed o lavarout:

11  Evel-henn e komz AOTROU an armeoł: Kinnig eta d'an aberzhourien ur goulenn diwar al lezenn, o lavarout:

12  Mar doug unan bennak kig santelaet e pleg e vantell, ha ma stok gant ar vantell-se ouzh bara, pe ouzh ur meuz poazhet, pe gwin, pe eoul, pe ur boued bennak, daoust hag-eń e teu an dra-se da vezań santel? An aberzhourien a respontas o lavarout: Ne zeu ket.

13  Agge a lavaras: Mar stok an hini a zo dic'hlan evit unan marv ouzh an traoł-se, daoust hag-eń e vint dic'hlan an draoł-se? An aberzhourien a respontas o lavarout: Dic'hlan e vint.

14  Agge a respontas o lavarout: Evel-se eo ar bobl-mań, evel-se eo ar vroad-mań dirazon, eme an AOTROU, hag evel-se eo holl labour o daouarn, ar pezh a ginnigont aze a zo dic'hlan.

15  Taolit evezh eta, adalek an deiz-se hag en ur sevel en amzer dremenet, a-raok ma oa bet lakaet maen war vaen e templ an AOTROU,

16  neuze, pa deuec'h d'ur bern a ugent muzuliad, ne oa nemet dek, pa zeuec'h d'ar veol evit tennań hanter-kant muzul eus ar waskell, ne oa nemet ugent.

17  Skoet em eus warnoc'h dre an dev, dre ar mergl, dre ar grizilh en holl labour ho taouarn. Ha n'oc'h ket distroet ouzhin, eme an AOTROU.

18  Taolit evezh eta, adalek an deiz-mań hag evit an dazont, adalek ar pevare deiz warn-ugent eus an navet miz, adalek an deiz-mań m'eo bet diazezet templ an AOTROU, taolit evezh:

19  Hag-eń ez eus c'hoazh greun er solieroł? Ha zoken ar winienn, ar fiezenn, ar c'hreunadezenn, an olivezenn o deus roet netra. Met adalek an deiz-mań, me a vennigo.

20  Komz an AOTROU a voe disklźriet evit an eil gwech da Agge, d'ar pevare deiz warn-ugent eus ar miz, o lavarout:

21  Komz ouzh Zorobabel gouarnour Juda o lavarout: Brańsellat a rin an neńvoł hag an douar,

22  Diskar a rin tron ar rouantelezhioł, distrujań a rin nerzh rouantelezhioł ar broadoł, diskar a rin ar c'hirri hag ar re a bign warno. Ar c'hezeg hag ar re a bign warno a vo taolet d'an traoń, an eil dre gleze egile.

23  En deiz-se, eme AOTROU an armeoł, e kemerin ac'hanout, Zorobabel mab Salatiel, va servijer, eme an AOTROU, hag e talc'hin ac'hanout evel ur siell, rak da zibabet em eus, eme AOTROU an armeoł.