LEVR AR PROFED

AMOZ

 

Pennad 1

1  Komzoł Amoz, a oa a-douez mźsaerien Tekoa; resevet en deus anezho diwar-benn Israel, en deizioł Ozia roue Juda ha Jeroboam mab Joaz roue Israel, daou vloaz a-raok ar c'hren-douar.

2  Lavarout a reas: An AOTROU a yudo eus Sion, hag e lakaio e vouezh da vezań klevet eus Jeruzalem; peurvanoł ar vźsaerien a vo e kańv, ha lein ar C'harmel a zisec'ho.

3  Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Damask, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus gwasket Galaad gant ogedoł houarn.

4  Kas a rin war di Hazael un tan a lonko palezioł Ben-Hadad.

5  Terriń a rin prenn Damask, hag e tistrujin tud Bikad-Aven hag an hini a zalc'h ar vazh-roue e Bet-Eden. Hag e vo harluet evel sklaved pobl Siria betek Kir, eme an AOTROU.

6  Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Gaza, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus harluet evel sklaved un engroez a-bezh evit o dereiń da Edom.

7  Kas a rin war vogerioł Gaza un tan a lonko he falezioł.

8  Distrujań a rin tud Asdod hag an hini a zalc'h ar vazh-roue en Askalon, hag e troin va dorn a-enep Ekron, hag ez aio da get nemorant ar Filistined, eme an Aotrou AOTROU.

9  Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Tir, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus deroet evel sklaved da Edom un engroez a-bezh, ha n'o deus ket bet sońj eus an emglev a vreudeur.

10  Kas a rin war vogerioł Tir un tan a lonko he falezioł.

11  Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Edom, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'en deus redet war-lerc'h e vreur gant ar c'hleze, hag en deus mouget pep truez, dre m'en deus e gounnar roget hep paouez hag e fulor padet atav.

12  Kas a rin e Teman un tan a lonko palezioł Bozra.

13  Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh mibien Ammon, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus faoutet kof dougerezed Galaad evit astenn o harzoł.

14  Enaouiń a rin e mogerioł Rabba un tan a lonko he falezioł gant trouz ar youc'hoł da zeiz an emgann, e-kreiz an arnev, da zevezh ar barr-avel.

15  Hag o roue a vo harluet, eń hag e brińsed gantań, eme an AOTROU.

 

Pennad 2

1  Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Moab, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus devet ha pulluc'het eskern roue Edom.

2  Kas a rin e Moab un tan a lonko palezioł Keriod, hag e varvo Moab e-kreiz un trouz bras, youc'hoł ha son ar shofar.

3  Distrujań a rin ar varnerien eus e greiz, hag e lazhin e holl brińsed gantań, eme an AOTROU.

4  Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Juda, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus taolet kuit lezenn an AOTROU ha n'o deus ket miret e reolennoł, met en em gollet int gant o gevier, o doa kerzhet o zadoł war o lerc'h.

5  Kas a rin e Juda un tan a lonko palezioł Jeruzalem.

6  Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Israel, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus gwerzhet an hini reizh evit arc'hant, hag an hini paour evit ur re votoł-lźr.

7  Plijout a ra dezho gwelout war benn an ezhommeg poultr an douar, hag e kweont gwir an ezhommeg. Un den hag e dad a ya da gavout an hevelep plac'h evit disakrań va anv santel.

8  En em astenn a reont e-kichen pep aoter, war zilhad kemeret e kred, hag ec'h evont e ti o doueoł gwin ar re gondaonet.

9  Koulskoude em eus distrujet an Amorean dirazo, ma oa e uhelder evel uhelder ar sedrez, hag e greńvder evel hini an derv; distrujet em eus e frouezh en nec'h hag e wrizioł en traoń.

10  Ho lakaet em eus ivez da bignat eus bro Ejipt, hag ho renet em eus daou-ugent vloaz er gouelec'h evit perc'hennań bro an Amoreaned.

11  Savet em eus profeded a-douez ho mibien ha Nazareiz a-douez ho tud yaouank. Ha n'eo ket evel-se, mibien Israel? eme an AOTROU.

12  Met graet hoc'h eus d'an Nazareiz evań gwin, hag un urzh hoc'h eus roet d'ar brofeded o lavarout: Na brofedit ket!

13  Setu ez an da waskań ac'hanoc'h, evel ma wask ur c'harr leun a vandos.

14  An den prim ne c'hello ket tec'hout, an hini kreńv ne gavo ket e nerzh, an hini kalonek ne saveteo ket e vuhez,

15  an hini a embreg ar wareg ne zalc'ho ket, an hini skańv e dreid ne dec'ho ket, ar marc'heger ne saveteo ket e vuhez,

16  an hini kadarnań e-touez ar re greńv a dec'ho kuit en noazh en deiz-se, eme an AOTROU.

 

Pennad 3

1  Selaouit ar gomz-mań en deus disklźriet an AOTROU a-enep deoc'h, mibien Israel, a-enep an holl diegezhioł am eus lakaet da bignat eus bro Ejipt o lavarout:

2  Ne'm eus anavezet nemedoc'h a-douez holl diegezhioł an douar. Setu perak me ho kastizin evit hoc'h holl zireizhder.

3  Hag e kerzho daou zen a-gevret hep bezań en em glevet?

4  Hag e yudo al leon er c'hoad hep kaout ur preizh? Hag e taolo al leonig e griadenn eus e doull hep bezań tapet un dra bennak?

5  Hag e kouezho al labous er roued d'an douar hep na vefe stegnet ur pech dezhań? Hag e savo ar roued diwar an douar hep bezań tapet un dra bennak?

6  Hag e sono ar shofar en ur gźr hep na vo spontet ar bobl? Hag e c'hoarvezo ur gwalleur en ur gźr hep n'en devo e c'hraet an AOTROU?

7  Rak an Aotrou AOTROU ne ra netra hep disklźriań e sekred d'e servijerien ar brofeded.

8  Al leon a yud, piv ne sponto ket? An Aotrou AOTROU a gomz, piv ne brofedo ket?

9  Roit da glevout war balezioł Asdod ha war balezioł Bro Ejipt, ha lavarit: En em zastumit war venezioł Samaria, gwelit an dizurzhioł en he c'hreiz hag ar gwaskerezh en he bruched!

10  N'ouzont ket ober ar pezh a zo reizh, eme an AOTROU, hag e taspugnont taerder ha laerońsi en o falezioł.

11  Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: An enebour a c'hronno ar vro hag a ziskaro da nerzh, ha da balezioł a vo preizhet.

12  Evel-henn e komz an AOTROU: Evel ma savete ar mesaer diouzh genoł al leon div c'har pe un tamm skouarn, evel-se e vo saveteet mibien Israel a zo azezet e Samaria war gorn ur gwele ha war ur ballenn eus Damask.

13  Selaouit ha bezit va zestoł a-enep ti Jakob, eme an Aotrou AOTROU, Doue an armeoł,

14  en deiz ma kastizin Israel evit e zisentidigezh. Me a gastizo aoterioł Betel, bruzunet e vo kernioł an aoter hag e kouezhint d'an douar.

15  Hag e skoin gant an ti-goańv ha gant an ti-hańv, an tiez-olifant a yelo da get, hag e steuzio tiez niverus, eme an AOTROU.

 

Pennad 4

1  Selaouit ar gomz-mań, buoc'hed Basan, a zo war venez Samaria, a wask ar beorien, a wallgas an ezhommeien, a lavar d'o mestroł: Degasit hag evomp!

2  An Aotrou AOTROU en deus touet dre e santelezh: Setu, an deizioł a zeu warnoc'h ma viot lamet gant krochedoł, hag ho lignez gant higennoł-pesketa.

3  Mont a reot er-maez dre ar freuzoł, pep maouez dirazi, hag e viot taolet etrezek ar c'hreńvlec'h, eme an AOTROU.

4  Kit da Vetel ha pec'hit, da C'hilgal ha pec'hit muioc'h! Degasit hoc'h aberzhoł adalek ar mintin, ha ho teogoł bep tri deiz!

5  Lakait da vogediń un aberzh a veuleudi gant goell! Embannit ar profoł a youl vat hag o disklźriit! Rak eno emań ar pezh a garit, mibien Israel, eme an Aotrou AOTROU.

6  Ha me am eus kaset deoc'h naeter a zent en hoc'h holl gźrioł, ha diouer a vara en hoc'h holl diez. Ha n'oc'h ket distroet ouzhin, eme an AOTROU.

7  Dinac'het em eus ivez ar glav ouzhoc'h pa chome c'hoazh tri miz betek an eost. Lakaet em eus da c’hlavań war ur gźr, ha ne'm eus ket lakaet da c’hlavań war ur gźr all; ur park en deus bet glav, hag ur park all n'en deus ket bet glav hag en deus disec'het.

8  Div, teir c'hźr a zo aet etrezek ur gźr all da evań dour, ha n'o deus ket bet o gwalc'h. Ha n'oc'h ket distroet ouzhin, eme an AOTROU.

9  Skoet em eus warnoc'h gant ar mergl hag intr an ed. Ho liorzhoł, ho kwiniegi, ho kwez-fiez, ho kwez-olivez a zo bet debret gant ar c'hilheien-raden. Ha n'oc'h ket distroet ouzhin, eme an AOTROU.

10  Kaset em eus en ho touez ar vosenn evel hini an Ejipt. Lakaet em eus da vervel gant ar c'hleze ho tud yaouank, ho kezeg a zo bet tapet, lakaet em eus da sevel flaeriadur ho kampoł betek ho tivfron. Ha n'oc'h ket distroet ouzhin, eme an AOTROU.

11  Diskaret em eus hiniennoł en ho touez, evel ma tiskaras Doue Sodom ha Gomora, hag ez oc'h bet evel un etev tennet eus an tan. Ha n'oc'h ket distroet ouzhin, eme an AOTROU.

12  Setu perak e rin dit en hevelep doare, Israel. Ha peogwir e rin dit evel-se, bez prest d'en em gavout gant da Zoue, o Israel!

13  Rak setu amań an hini a ra ar menezioł hag a grou an avel, a zisklźri d'an den pehini eo e sońj, a ra ar mintin hag an deńvalijenn, a gerzh war uhelderioł an douar: An AOTROU, Doue an armeoł, eo e anv.

 

Pennad 5

1  Selaouit ar gomz-mań, ar c'hlemmgan-mań a zisklźrian a-enep deoc'h, ti Israel!

2  Kouezhet eo gwerc'hez Israel ha n'adsavo ken; astennet eo war an douar ha den n'adsavo anezhi.

3  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Ar gźr a lakae en ergerzh-brezel mil den a viro kant ganti, hag an hini a lakae en ergerzh-brezel kant den a viro dek ganti, evit ti Israel.

4  Rak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU ouzh ti Israel: Klaskit me hag e vevot!

5  Na glaskit ket Betel, n'it ket da C'hilgal, na dremenit ket e Beer-Sheba, rak Gilgal a vo harluet ha Betel a vo kaset da netra.

6  Klaskit an AOTROU hag e vevot, gant aon na grogfe evel un tan war di Jozef, ha na zebrfe anezhań hep den d'e vougań e Betel,

7  dre ma troont en huelenn ar gwir ha ma vac'hont d'an douar ar reizhder.

8  Klaskit an hini en deus graet ar Yarad-pońsined hag an Orion, an hini a dro teńvalijenn ar marv e gouloł-deiz, an hini a dro an deiz e noz teńval, an hini a c'halv doureier ar mor hag o skuilh war zremm an douar: An AOTROU eo e anv.

9  Ober a ra d'an distruj dont a-enep ar c'halloudeien, hag an diskar a-enep ar c'hreńvlec'hioł.

10  Kasaat a reont an hini a c'hourdrouz anezho ouzh an nor, hag o deus euzh ouzh an hini a gomz gant eeunder.

11  Ha setu, dre ma hoc'h eus gwasket ar paour ha kemeret digantań truaj an ed, savet hoc'h eus tiez e mein-ben met ne chomot ket enno, plantet hoc'h eus gwini dispar met n'evot ket o gwin.

12  Rak gouzout a ran ho torfedoł niverus hag ho pec'hedoł bras. Gwaskań a rit an den reizh, hag e tegemerit profoł, hag e torrit ouzh an nor gwir ar beorien.

13  Setu perak e tavo an den poellek er mare-mań, rak an amzer-mań a zo fallakr.

14  Klaskit ar mad ha nann ar fall evit ma vevot, hag evel-se an AOTROU, Doue an armeoł, a vo ganeoc'h, evel ma lavarit.

15  Kasait an droug ha karit ar mad, savit ar varnedigezh ouzh an nor, ha marteze en devo truez an AOTROU, Doue an armeoł, ouzh nemorant Jozef.

16  Setu perak evel-henn e komz an AOTROU, Doue an armeoł, an Aotrou: War an holl leurioł e vo klemmoł, en holl straedoł e vo lavaret: Siwazh! Siwazh! Galvet e vo d'ar c'hańv al labourer-douar, ha d'ar c'hlemm ar re a lavar klemmganoł.

17  En holl wini e vo klemmoł, pa dremenin ez kreiz, eme an AOTROU.

18  Gwalleur d'ar re a c'hoanta devezh an AOTROU! Da betra e servijo deoc'h an devezh-mań? Devezh an AOTROU a vo teńvalijenn ha nann sklźrijenn,

19  evel un den a dec'h dirak ul leon hag a gav un arzh, hag a ya d'e di, a harp e zorn ouzh ar voger hag a zo flemmet gant un naer.

20  Devezh an AOTROU, ha ne vo ket teńvalijenn ha nann sklźrijenn, duder ha nann sked?

21  Kasaat ha disprizań a ran ho kouelioł, ne gavan plijadur ebet en ho podadegoł meur.

22  Mar kinnigit loskaberzhoł ha donezonoł, ne blijont ket din, ne sellin ket ouzh hoc'h aberzhoł a drugarekadennoł a reot gant ho leueoł lart.

23  Pella diouzhin trouz da ganaouennoł, ne fell ket din selaou son da ludoł.

24  Met ra redo ar varnedigezh evel dour, hag ar reizhder evel ur froud diheskus.

25  Hag hoc'h eus kinniget din aberzhoł ha donezonoł er gouelec'h e-pad daou-ugent vloaz, ti Israel?

26  Met douget hoc'h eus teltenn ho roue, skeudenn hoc'h idoloł, steredenn ho toueoł, hoc'h eus graet evidoc'h.

26  Setu perak e harluin ac'hanoc'h en tu all da Zamask, eme an AOTROU, Doue an armeoł eo e anv.

 

Pennad 6

1  Gwalleur d'ar re a zo sioul e Sion ha d'ar re a zo e surentez war venez Samaria, lec'hioł kentań e-touez ar broadoł. Ti Israel a zo deuet betek enno.

2  Tremenit e Kalne ha gwelit; it alese da Hamad-ar-Vras ha diskennit da C'had ar Filistined. Hag ez int gwelloc'h eget ar rouantelezhioł-mań, hag o douaroł brasoc'h eget ho touaroł?

3  Krediń a reot e pellait devezh ar gwalleur, hag e tostait sichenn an taerder.

4  Gourvezet war weleoł olifant, astennet war o dilhad, e tebront oaned eus an tropell ha leueoł eus al lec'h ma'z int lartaet.

5  Mouskanań a reont ouzh son al lud, hag ec'h ijinont binvioł-seniń evel David.

6  Evań a reont gwin e kiboł bras, en em oleviń a reont gant ar gwellań c'hwezhioł-mat, ha n'int ket glac'haret gant dismantr Jozef.

7  Setu perak ez eont da vezań harluet e penn an harluidi, ha festoł an dud orgedus a baouezo.

8  An Aotrou AOTROU en deus touet drezań e-unan, eme an AOTROU, Doue an armeoł: Euzh am eus ouzh lorc'h Jakob, kasaat a ran e balezioł, dereiń a rin ar gźr hag ar pezh a zo enni,

9  ha mar chom dek den en un ti, e varvint.

10  Ha pa eontr unan marv, hag an hini a zle e deviń, a gemero anezhań evit dougen e eskern er-maez eus an ti, hag a lavaro d'an hini a zo chomet e traoń an ti: Hag ez eus c'hoazh unan bennak war da lerc'h? Neuze e responto: N'eus ken! Hag an eontr a lavaro: Chom sioul. N'eo ket ar c'houlz d'ober anv eus an AOTROU.

11  Rak setu an AOTROU a ro e urzhioł, hag e raio d'an ti bras kouezhań en e boull ha d'an ti bihan bezań frailhet.

12  Daoust hag e redo war ar roc'h ar c'hezeg, daoust hag e vo aret gant ejened, evit ma hoc'h eus troet ar varnedigezh en ampoezon, ha frouezh ar reizhder en huelenn?

13  Laouenaat a rit er pezh n'eo netra, hag e lavarit: Ha n'eo ket dre hon nerzh hon eus kemeret galloud?

14  Met setu ez an da lakaat da sevel a-enep deoc'h ur vroad, ti Israel, eme an AOTROU, Doue an armeoł, ur vroad ho kwasko, adalek mont tre Hamad betek froud ar gouelec'h.

 

Pennad 7

1  An Aotrou AOTROU a ziskouezas din kement-mań: Setu e stumme kilheien-raden er c'houlz ma en em lakae ar geot diwezhań da greskiń; ar geot diwezhań a oa goude foennerezh ar roue.

2  Ha pa voe echu dezho da zebriń geot an douar, e lavaris: Aotrou AOTROU, pardon, me az ped! Penaos e padfe Jakob, rak bihan eo?

3  An AOTROU en doe keuz e gement-se. Ne c'hoarvezo ket, eme an AOTROU.

4  An Aotrou AOTROU a ziskouezas din kement-mań: Setu edo an Aotrou AOTROU o tisklźriań e varn dre an tan. Hag an tan a zevas an donder bras hag a zevas ar parkeier.

5  Hag e lavaris: Aotrou AOTROU, paouez, me az ped! Penaos e padfe Jakob, rak bihan eo?

6  An AOTROU en doe keuz e gement-se. Ne c'hoarvezo ket, eme an AOTROU.

7  Hag e tiskouezas din kement-mań: Setu an Aotrou en em zalc'he an e sav war ur voger graet diouzh al linenn, hag en e zorn e oa ul linenn.

8  Hag an AOTROU a lavaras din: Petra a welez, Amoz? Hag e lavaris: Ul linenn. Hag an Aotrou a lavaras: Setu ez an da lakaat al linenn e-kreiz va fobl Israel, ha ne dremenin netra ken dezhi.

9  Lec'hioł uhel Izaak a vo gwasted, santualioł Israel a vo distrujet, hag e savin a-enep ti Jeroboam gant ar c'hleze.

10  Neuze Amazia aberzhour Betel a gasas da lavarout da Jeroboam roue Israel: Amoz en em sav en da enep e-kreiz ti Israel; ar vro ne c'hell ket gouzańv e holl gomzoł.

11  Rak setu ar pezh a lavar Amoz: Jeroboam a varvo dre ar c'hleze, hag Israel a vo kaset en harlu er-maez eus e vro.

12  Hag Amazia a lavaras da Amoz: Diouganer, kae, tec'h da vro Juda, debr eno da vara, hag eno e tiougani.

13  Met na gendalc'h ken da brofediń e Betel, rak santual ar roue eo, ha ti ar roue eo.

14  Amoz a respontas da Amazia o lavarout: Ne oan na profed na mab profed, met ur mźsaer hag un dastumer fiez gouez;

15  an AOTROU en deus va c'hemeret a-drek an tropell, an AOTROU en deus lavaret din: Kae, diougan da'm fobl Israel.

16  Ha bremań selaou komz an AOTROU: Lavaret ec'h eus: Ne brofedi ket a-enep Israel ha ne dakenni ket komzoł a-enep ti Izaak.

17  Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Da wreg a c’hastaouo e kźr, da vibien ha da verc'hed a gouezho dre ar c'hleze, da bark a vo lodennet gant ar gordenn, te a varvo war un douar dic'hlan, Israel a vo kaset en harlu er-maez eus e vro.

 

Pennad 8

1  An Aotrou AOTROU a ziskouezas din kement-mań: Setu ur banerad frouezh darev.

2  Hag e lavaras: Petra a welez, Amoz? Hag e lavaris: Ur banerad frouezh darev. Hag an AOTROU a lavaras: An diwezh a zo deuet evit va fobl Israel, ha ne dremenin netra ken dezhi.

3  En deiz-se kanaouennoł ar palez a vo klemmvanoł, eme an Aotrou AOTROU. E pep lec'h e vo kalz a gorfoł marv a vo taolet didrouz.

4  Selaouit kement-mań, c'hwi hag a zebr ar paour, hag a laka da semplań ezhommeien ar vro,

5  hag a lavar: Pegoulz e vo tremenet al loar nevez, ma werzhimp hon ed? Pegoulz e vo tremenet ar sabad, ma tigorimp hor solieroł? Bihanaat a raimp an efa hag e kreskimp ar sikl, hag e falsimp ar balańsoł evit touellań,

6  hag e prenimp an ezhommeien gant arc'hant hag ar paour evit ur re votoł-lźr, hag e werzhimp uzien ar gwinizh.

7  An AOTROU en deus touet dre c'hloar Jakob: Biken n'ankounac'hain o holl oberoł!

8  An douar, ha ne greno ket en abeg da-se? E holl annezidi, ha ne vint ket e kańv? An holl vro a zevero evel ur stźr a zic'hlann hag a goazh, evel stźr an Ejipt.

9  Hag e c'hoarvezo en deiz-se, eme an Aotrou AOTROU, ma rin d'an heol mont da guzh da greisteiz, ha ma teńvalain an douar e barr an deiz.

10  Treiń a rin ho kouelioł e kańvoł, hag hoc'h holl ganaouennoł e klemmganoł; lakaat a rin ar sac'h war an holl groazelloł, hag ar moalder war an holl bennoł, hag e lakain ar vro e kańv evel evit ur mab nemetań, hag an diwezh a vo evel un devezh a c'hwervder.

11  Setu, an deizioł a zeu, eme an Aotrou AOTROU, ma kasin an naonegezh er vro, ne vo ket naonegezh a vara na sec'hed a zour, met an hini a glevout komzoł an AOTROU.

12  Kerzhout a raint eus ur mor d'egile hag eus an hanternoz d'ar sav-heol, mont a raint amań hag ahont evit klask komz an AOTROU, met n'he c'havint ket.

13  En deiz-se, ar gwerc'hezed kaer hag ar baotred yaouank a semplo gant ar sec'hed.

14  Ar re a dou dre bec'hed Samaria hag a lavar: Ra vevo da zoue Dan! Ra vevo hent Beer-Sheba! a gouezho ha n'adsavint ken.

 

Pennad 9

1  Gwelout a ris an Aotrou en e sav war an aoter, hag e lavaras: Sko war c'hourin an nor, ha ra greno an treuzoł, bruzun anezho war benn an holl. Me a lazho dre ar c'hleze ar re a vano. Den ebet eus ar re a dec'h ne c'hello tec'hout, den ebet eus ar re a ziflip ne c'hello diflipań.

2  Pa'z afent e lec'h ar marv, va dorn o zenno ac'hane, pa bignfent d'an neńvoł, e rin dezho diskenn,

3  pa en em guzhfent war lein ar C'harmel, o c'hlaskin eno hag o zapin ac'hane, pa dec'hfent a-zirak va daoulagad betek fońs ar mor, e c'hourc'hemennin d'an naer flemmań anezho,

4  pa vefent kaset en harlu dirak o enebourien, e c'hourc'hemennin d'ar c'hleze o lazhań, hag e lakain va daoulagad warno evit ober droug dezho ha nann mad.

5  An Aotrou AOTROU an armeoł a stok ouzh an douar, hag e teuz, hag e holl annezidi a zo e kańv. Evel ur stźr e tic'hlann en e bezh hag e koazh, evel stźr an Ejipt.

6  Sevel a ra en neńvoł e solieradurioł, diazezet en deus e volz war an douar, gervel a ra doureier ar mor, hag e skuilh anezho war-c'horre an douar, an AOTROU eo e anv.

7  Ha n'oc'h ket evidon evel mibien Etiopia, c'hwi mibien Israel? eme an AOTROU. Ha ne'm eus ket ho lakaet da bignat eus bro Ejipt? hag ar Filistined eus Kaftor? hag ar Siriz eus Kir?

8  Setu, daoulagad an Aotrou AOTROU a zo war ar rouantelezh bec'herez-se, hag e tistrujin anezhi a-ziwar c'horre an douar. Koulskoude ne zistrujin ket holl di Jakob, eme an AOTROU.

9  Rak setu ez an da reiń va urzhioł, hag e hejin e-touez an holl vroadoł ti Israel, evel ma vez hejet an ed er c'hrouer, hep na gouezh ur c'hreunenn d'an douar.

10  Holl bec'herien va fobl a varvo dre ar c'hleze, int hag a lavar: Ar gwalleur ne dostaio ket, ne dapo ket ac'hanomp.

11  En amzer-se ec'h adsavin tabernakl David a zo kouezhet, aozań a rin ar freuzoł ha sevel an diskaroł, hag ec'h adsavin anezhań evel ma oa en deizioł a-wechall,

12  evit ma perc'hennint an nemorant eus Edom hag an holl bobloł m'eo bet galvet va anv warno, eme an AOTROU a ra kement-se.

13  Setu, an deizioł a zeu, eme an AOTROU, ma vo tost al labourer-douar ouzh ar meder, hag an hini a jaodr ouzh an hader, hag e tivero ar menezioł gant gwin, hag e strilho an holl grec'hiennoł.

14  Hag e lakain da zistreiń harluidi va fobl Israel, hag e savint ar c'hźrioł gwastet hag e chomint enno, hag e plantint gwini, hag ec'h evint gwin diouto, hag e raint liorzhoł, hag e tebrint frouezh diouto.

15  Hag o flantin war o douar, ha ne vint ken displantet eus o douar am eus roet dezho, eme an AOTROU da Zoue.