LEVR AR

VARNERIEN

 

Pennad 1

Stourmoł ouzh ar Gananeiz

1  Goude marv Jozue, e c'houlennas mibien Israel kuzul digant an AOTROU o lavarout: Piv a bigno da gentań a-enep ar Gananeiz evit an emgann?

2  An AOTROU a respontas: Juda a bigno, setu, lakaet em eus ar vro etre e zaouarn.

3  Hag e lavaras Juda da Simeon e vreur: Pign ganin da'm lodenn, hag en em gannimp ouzh ar Gananeiz; ha me a yelo ganit ivez da'z lodenn. Evel-se Simeon a yeas gantań.

4  Juda a bignas, hag an AOTROU a lakaas ar Gananeiz hag ar Ferezianed etre o daouarn. Lazhań a rejont dek mil den e Bezek.

5  O vezań kavet Adoni-Bezek e Bezek, e stourmjont outań hag e piljont ar Gananeiz hag ar Ferezianed.

6  Adoni-Bezek a dec'has, hag e redjont war e lerc'h, hag e krogjont ennań, hag e troc'hjont dezhań meudoł e zaouarn hag e dreid.

7  Adoni-Bezek a lavaras: Dek roue ha tri-ugent, meudoł o daouarn hag o zreid troc'het, a zastume dindan va zaol ar pezh a gouezhe; Doue en deus rentet din ar pezh am eus graet. O vezań bet degaset da Jeruzalem, e varvas eno.

8  Mibien Juda en doa stourmet ouzh Jeruzalem ha tapet anezhi, hag o vezań skoet warni gant troc'h ar c'hleze, e lakajont an tan e kźr.

9  Goude e tiskennas mibien Juda d'en em gannań ouzh ar Gananeiz a oa o chom er menez, er c'hreisteiz hag er blaenenn.

10  Juda yeas a-enep ar Gananeiz a oa o chom en Hebron, anv Hebron a oa diagent Kirjad-Arba, ha Juda a bilas Sheshai, Ahiman ha Talmai.

11  Hag ac'hane ez ejont a-enep annezidi Debir, anv Debir a oa diagent Kirjad-Sefer.

12  Kaleb a lavaras: D'an hini a bilo Kirjad-Sefer hag a dapo anezhi, e roin dezhań Aksa va merc'h da wreg.

13  Otniel mab Kenaz, breur yaouankań Kaleb, a dapas anezhi. Hag e roas dezhań Aksa e verc'h da wreg.

14  Evel ma teue d'ar gźr, hi a alias anezhań da c'houlenn digant he zad ur park. Hag en em daolas a-ziwar hec'h azenn, ha Kaleb a lavaras dezhi: Petra 'zo ganit?

15  Hi a lavaras dezhań: Ro din ur vennozh, pa ec'h eus roet din un douar ar c'hreisteiz, ro din ivez mammennoł dour. Kaleb a roas dezhi ar mammennoł uhel hag ar mammennoł izel.

16  Mibien ar C'henian, tad-kaer Moizez, a bignas eus kźr ar palmez gant mibien Juda da zistro Juda a zo e kreisteiz Arad. Hag ez ejont hag chomjont gant ar bobl.

17  Mont a reas Juda gant Simeon e vreur hag e piljont ar Gananeiz a oa o chom e Zefad, hag he lakajont da verz. Hag e voe anvet ar gźr: Horma.

18  Juda a dapas ivez Gaza gant he ziriad, Askelon gant he ziriad, Ekron gant he ziriad.

19  An AOTROU a oa gant Juda, hag e kasjont kuit tud ar menez. Met ne c'helljont ket kas kuit tud an draonienn, rak kirri houarn o doa.

20  Evel m'en doa lavaret Moizez, Hebron a voe roet da Galeb, rak e kasas kuit ac'hane tri mab Anak.

21  Mibien Benjamin ne gasjont ket kuit ar Jebuziz a oa o chom e Jeruzalem. Evel-se ar Jebuziz a zo chomet gant mibien Benjamin e Jeruzalem betek hiziv.

22  Ti Jozef a bignas ivez a-enep Betel, hag an AOTROU a voe ganto.

23  Ti Jozef a reas spiań Betel, hec'h anv a oa diagent Luz.

24  Ar spierien a welas un den o tont er-maez eus kźr, hag e lavarjont dezhań: Diskouez deomp dre belec'h e c'hellimp tremen evit mont e-barzh kźr, hag hon devo truez ez keńver.

25  Hag e tiskouezas dezho dre belec'h tremen evit mont e-barzh kźr, hag e skojont war gźr gant troc'h ar c'hleze. Met e lezjont an den-se da vont kuit gant e holl diegezh.

26  An den-se a yeas da vro an Hitited, hag e savas ur gźr eno a anvas Luz, hag a zo hec'h anv betek hiziv.

27  Manase ivez ne gasas ket kuit annezidi Bet-Shean na re eus he c'hźrioł, nag eus Taanak na re eus he c'hźrioł, nag annezidi Dor na re eus he c'hźrioł, nag annezidi Jibleam na re eus he c'hźrioł, nag annezidi Megiddo na re eus he c'hźrioł. Hag ar Gananeiz a fellas dezho chom er vro-se.

28  Pa voe en em greńvaet Israel, e rejont d'ar Gananeiz servijań evel sklavourien, met ne gasjont ket kuit anezho holl.

29  Efraim ne gasas ket kuit ar Gananeiz a oa o chom e Gezer, hag ez eus bet Kananeiz o chom en e douez betek hiziv.

30  Zabulon ne gasas ket kuit annezidi Kitron, nag annezidi Nahalol, hag ez eus bet Kananeiz o chom en e douez, o servijań evel sklavourien.

31  Aser ne gasas ket kuit annezidi Akko, nag annezidi Sidon, nag eus Ahlab, nag eus Akzib, nag eus Helba, nag eus Afik, nag eus Reob,

32  met e chomas re Aser e-touez ar Gananeiz a oa o chom er vro, rak n'o c'hasjont ket kuit.

33  Neftali ne gasas ket kuit annezidi Bet-Shemesh, nag annezidi Bet-Anad, met e chomas e-touez ar Gananeiz a oa o chom er vro, hag e rejont da annezidi Bet-Shemesh ha da annezidi Bet-Anad servijań evel sklavourien.

34  An Amoreaned a gasas war-dreńv mibien Dan d'ar menez, ha n'o lezjont ket da ziskenn en traonienn.

35  An Amoreaned a fellas dezho chom e menez Heres, en Ajalon hag e Shaalbim, met dorn ti Jozef a bouezas warno, hag e rejont dezho servijań evel sklavourien.

36  Tiriad an Amoreaned a yae adalek savenn an Akrabim, eus ar roc'h ha dreist.

 

Pennad 2

Komzoł ael an AOTROU. Ar varnerien

1  Ael an AOTROU a bignas eus Gilgal da Vokim hag a lavaras: Ho lakaet em eus da bignat er-maez eus an Ejipt, ho degaset em eus d'ar vro em boa touet d'ho tadoł reiń deoc'h, hag em eus lavaret: Biken ne dorrin an emglev am eus graet ganeoc'h,

2  ha ne reot ket a emglev gant tud ar vro-mań, hag e tiskarot o aoterioł. Met n'hoc'h eus ket sentet ouzh va mouezh. Perak hoc'h eus graet evel-se?

3  Neuze em eus lavaret: N'o c'hasin ket kuit a-zirazoc'h, met e vint e-kichen ac'hanoc'h hag o doueoł a vo ur pech evidoc'h.

4  Kerkent ha m'en doe lavaret ael an AOTROU ar c'homzoł-se da holl vibien Israel, e savas ar bobl o mouezh, hag e leńvjont.

5  Hag ec'h anvjont al lec'h-se Bokim (= leńverien), hag ec'h aberzhjont eno d'an AOTROU.

6  Jozue en doa kaset ar bobl, ha mibien Israel a oa aet pep hini anezho en e hźrezh evit perc'hennań ar vro.

7  Ar bobl he doa servijet an AOTROU holl zeizioł Jozue hag holl zeizioł an henaourien a vevas war-lerc'h Jozue, hag o doa gwelet an oberoł bras en doa graet an AOTROU evit Israel.

8  Hag e varvas Jozue mab Nun, servijer an AOTROU, oadet a gant dek vloaz.

9  Sebeliet e voe e douar e hźrezh e Timnad-Herez, e menez Efraim, en hanternoz menez Gaash.

10  Hag an holl rummad-se a oa bet dastumet da gavout o zadoł, ha war o lerc'h e savas ur rummad all n'anavezent ket an AOTROU, nag an oberoł en doa graet evit Israel.

11  Mibien Israel a reas an droug dirak daoulagad an AOTROU, hag e servijjont ar Baaloł.

12  Hag e tilezjont an AOTROU, Doue o zadoł en devoa tennet anezho eus bro Ejipt, hag ez ejont war-lerc'h doueoł all, a-douez doueoł ar pobloł a oa en-dro dezho, hag en em stoujont dirazo. Evel-se e fulorjont an AOTROU.

13  Hag e tilezjont an AOTROU evit servijań Baal hag Ashtarod.

14  Fulor an AOTROU en em danas a-enep Israel, hag e lakaas anezho etre daouarn preizhataerien o freizhas, hag e werzhas anezho etre daouarn o enebourien tro-dro, ha ne c'helljont ken derc'hel dirak o enebourien.

15  Dre holl ma'z aent, dorn an AOTROU a oa a-enep dezho evit o drougeur, evel m'en doa lavaret an AOTROU hag evel m'en doa touet an AOTROU dezho; hag e voent en un estrenvan vras.

16  Koulskoude e savas an AOTROU barnerien dezho o dieubas eus dorn a re a breizhe anezho.

17  Met ne fellas ket dezho selaou ouzh ar varnerien, hag en em rojont d'ar gasterezh gant doueoł all o stouiń dirazo. Buan e tistrojont eus an hent m'o deus kerzhet warnań o zadoł, o sentiń ouzh gourc'hemennoł an AOTROU. Int ne rejont ket evel-se.

18  Pa save an AOTROU barnerien dezho, e veze an AOTROU gant ar barner, hag o dieube eus dorn o enebourien e-pad holl vuhez ar barner, rak keuz en deveze an AOTROU abalamour d'ar c'hlemmoł a laoskent dirak ar re o gwaske hag o mac'he.

19  Ha pa varve ar barner, en em roent a-nevez d'an droug muioc'h eget o zadoł, o vont war-lerc'h doueoł all, evit o servijań ha stouiń dirazo. Ne vihanae tamm o oberoł nag o c'hundu pennek.

20  Fulor an AOTROU en em danas a-enep Israel, hag e lavaras: Peogwir he deus ar bobl-mań torret va emglev am boa roet d'o zadoł, ha n'o deus ket sentet ouzh va mouezh,

21  me kennebeut ne gasin kuit a-zirazo broad ebet eus ar re a lezas Jozue pa varvas,

22  evit amprouiń Israel drezo, ha gwelout ha mirout a raint pe nann hent an AOTROU en ur gerzhout ennań, evel m'o deus e viret o zadoł.

23  An AOTROU en doa lezet ar broadoł-se, hep o c'has kuit buan, ha n'en doa ket o lakaet etre daouarn Jozue.

 

Pennad 3

Ar broadoł a lezas an AOTROU e Kanaan. Otniel, Ehud, Shamgar

1  Setu amań ar broadoł a lezas an AOTROU evit amprouiń Israel, ar re holl n'o doa ket anavezet brezelioł Kanaan,

2  evit ma'c'h anavezo ha ma tesko rummadoł mibien Israel petra eo ar brezel, da vihanań ar re n'o doa ket e anavezet diagent:

3  Pemp prińs ar Filistined, an holl Gananeiz, ar Sidoniz, an Hevianed a oa o chom e menez al Liban adalek menez Baal-Hermon betek digor Hamad.

4  Ar re-se a oa evit amprouiń Israel, evit gwelout hag-eń e sentfent ouzh ar gourc'hemennoł en doa roet an AOTROU dre Voizez d'o zadoł.

5  Hag e voe o chom mibien Israel e-touez ar C'hananeiz, an Hitited, an Amoreaned, ar Ferezianed, an Hevianed hag ar Jebuziz.

6  Kemer a rejont o merc'hed da wragez, hag e rojont o merc'hed d'o mibien, hag e servijjont o doueoł.

7  Mibien Israel a reas an droug dirak daoulagad an AOTROU, hag ec'h ankounac'hajont an AOTROU o Doue, hag e servijjont ar Baaloł. 

8  Fulor an AOTROU en em danas a-enep Israel, hag e werzhas anezho etre daouarn Kushan-Rishataim roue Mezopotamia. Hag e voe mibien Israel sujet da Kushan-Rishataim e-pad eizh vloaz.

9  Mibien Israel a grias etrezek an AOTROU, hag an AOTROU a savas dezho un dieuber a zieubas anezho, Otniel mab Kenaz, breur yaouankań Kaleb.

10  Spered an AOTROU a voe warnań, hag e varnas Israel, hag ez eas d'ar brezel. An AOTROU a lakaas Kushan-Rishataim roue Mezopotamia etre e zaouarn, hag e zorn a voe galloudus a-enep Kushan-Rishataim.

11  Hag ar vro a voe sioul e-pad daou-ugent vloaz. Hag Otniel mab Kenaz a varvas.

12  Mibien Israel a reas adarre an droug dirak daoulagad an AOTROU, hag an AOTROU a nerzhekaas Eglon roue Moab a-enep Israel, dre m'o doa graet an droug dirak daoulagad an AOTROU.

13  Eń a zastumas en-dro dezhań mibien Ammon hag Amalek, hag ez eas da stourm ouzh Israel, hag e tapjont kźr ar palmez.

14  Mibien Israel a voe sujet da Eglon roue Moab e-pad triwec'h vloaz.

15  Mibien Israel a grias etrezek an AOTROU, hag an AOTROU a savas dezho un dieuber, Ehud mab Gera, ur Benjaminad, na rae ket gant e zorn dehou. Mibien Israel a gasas drezań ur prof da Eglon roue Moab.

16  Graet en doa ur c'hleze a daou droc'h, un ilinad (~ 50 cm) hed, hag e c'hourizas anezhań dindan e zilhad war e vorzhed dehou.

17  Hag e kinnigas ar prof da Eglon roue Moab. Eglon a oa un den gwall lart.

18  Pa voe echuet gantań kinnig ar prof, e kasas kuit an dud o doa degaset ar prof.

19  Hag e tistroas war e giz eus ar skeudennoł kizellet e-kichen Gilgal hag e lavaras: O roue, un dra bennak kuzhet am eus evidout! Eń a lavaras: Peoc'h! Hag ar re holl a oa en e gichen a yeas kuit.

20  Ehud a dostaas outań. Azezet e oa ar roue e-unan en e gambr fresk, hag Ehud a lavaras: Ur ger am eus a-berzh Doue evidout. Ar roue a savas diwar e gador.

21  Ehud, oc'h astenn e zorn kleiz, a dennas ar c'hleze diwar e vorzhed dehou, hag a sankas anezhań en e gof.

22  Hag an dornell zoken a yeas e-barzh war-lerc'h al laonenn, hag al lard a adserras war al laonenn. Ne dennas ket ar c'hleze eus e gof, hag e teuas kaoc'h er-maez.

23  Ehud a yeas kuit dre ar porched, a serras dorojoł ar gambr war e lerc'h hag a vorailhas anezho.

24  Pa voe aet kuit, ar servijerien a zeuas hag a sellas, ha setu, dorojoł ar gambr a oa morailhet. Hag e lavarjont: Moarvat emań o c'holeiń e dreid er gambr fresk.

25  Gortoz a rejont betek m'o doa mezh, hag evel na zigore ket dorojoł ar gambr, e kemerjont an alc'hwez hag e tigorjont. Ha setu ma oa o mestr marv, astennet d'an douar.

26  Met Ehud a dec'has e-pad ma argredent, hag e tremenas ar skeudennoł kizellet hag e tec'has da Seira.

27  Adalek ma voe erru, e sonas gant ar shofar er menez Efraim. Mibien Israel a ziskennas gantań eus ar menez, hag eń en o fenn.

28  Lavarout a reas dezho: Heuilhit-me, rak an AOTROU en deus lakaet etre ho taouarn ar Voabited, hoc'h enebourien! Diskenn a rejont war e lerc'h, hag o tapout roudouzioł ar Jordan a-dal da Voab, ne lezjont den da dremen.

29  Kannań a rejont d'ar mare-se war-dro dek mil den eus Moab, holl nerzhus, holl galonek, hag hini anezho ne dec'has.

30  En deiz-se e voe izelaet Moab dindan dorn Israel. Hag ar vro a voe sioul e-pad pevar-ugent vloaz.

31  War e lerc'h e voe Shamgar mab Anath. Kannań a reas c'hwec'h kant Filistin gant ur broud ejen, hag eń ivez a zieubas Israel.

 

Pennad 24

Debora ha Barak

1  Mibien Israel a reas adarre an droug dirak daoulagad an AOTROU, goude ma voe marvet Ehud.

2  Setu perak an AOTROU a werzhas anezho etre daouarn Jabin roue Kanaan, a rene en Hazor. Penn e arme a oa Sisera, hag a oa o chom en Haroshed-Goim.

3  Mibien Israel a grias etrezek an AOTROU, rak Jabin en doa nav c'hant karr houarn, hag e heskine mibien Israel garv abaoe ugent vloaz.

4  En amzer-se, Debora, ur brofedez gwreg Lapidod, a varne Israel.

5  Hag ec'h azeze dindan palmezenn Debora etre Rama ha Betel e menez Efraim; mibien Israel a bigne d'he c'havout evit bezań barnet.

6  Hag e kasas gervel Barak mab Abinoam eus Kedesh e Neftali, hag e lavaras dezhań: An AOTROU Doue Israel, ha n'en deus ket roet ar gourc'hemenn-mań: Kae war-zu Menez Tabor ha dastum, kemer ganit dek mil den eus mibien Neftali hag eus mibien Zabulon,

7  hag e sachin da'z kavout, e froud Kison, Sisera penn arme Jabin, gant e girri hag e strollad, hag e lakain anezhań etre da zaouarn?

8  Barak a lavaras dezhi: Mard ez ganin, me a yelo, ma ned ez ket ganin, me ned in ket.

9  Hag hi a lavaras: Mont a rin, mont a rin ganit, met ne vo ket enor evidout war an hent emaout o vont gantań, rak an AOTROU a werzho Sisera e dorn ur vaouez. Debora a savas hag a yeas gant Barak da Gedesh.

10  Barak a zastumas Zabulon ha Neftali e Kedesh. Dek mil den a gerzhas war e lerc'h, ha Debora a bignas gantań.

11  Heber ar C'henian, unan eus mibien Hobab tad-kaer Moizez, o vezań dispartiet digant ar Genianed, en devoa savet e deltennoł betek dervenn Zaanaim, e-kichen Kedesh.

12  Lavaret e voe da Sisera e oa pignet Barak mab Abinoam war Venez Tabor.

13  Sisera a zastumas e holl girri, nav c'hant karr houarn, gant an holl bobl a oa gantań, adalek Haroshed-Goim betek froud Kison.

14  Debora a lavaras da Varak: Sav, rak setu an deiz m'en deus an AOTROU lakaet Sisera etre da zaouarn. An AOTROU, ha ne gerzh ket dirazout? Ha Barak a ziskennas eus Menez Tabor, gant dek mil den war e lerc'h.

15  An AOTROU a faezhas Sisera hag e holl girri hag e holl arme, gant troc'h ar c'hleze, dirak Barak. Sisera a ziskennas eus e garr hag a dec'has war droad.

16  Barak a redas war-lerc'h ar c'hirri ha war-lerc'h an arme betek Haroshed-Goim. Holl arme Sisera a gouezhas dindan troc'h ar c'hleze. Ne vanas ket unan anezho.

17  Sisera a dec'has war droad betek teltenn Jael gwreg Heber ar C'henian, rak peoc'h a oa etre Jabin roue Hazor ha ti Heber ar C'henian.

18  Jael a yeas er-maez a-ziarbenn da Sisera, hag e lavaras dezhań: Deus tre, va aotrou, deus tre em zi, na'z pet ket aon. Mont a reas eta en he zeltenn, hag hi a c'holoas anezhań gant ur ballenn.

19  Lavarout a reas dezhi: Da bediń a ran, ro din ur banne dour da evań, rak sec'hed am eus. Hi a zigoras ur sac'h-lźr laezh, a roas dezhań da evań hag a c'holoas anezhań.

20  Lavarout a reas c'hoazh dezhi: En em zalc'h ouzh digor an deltenn, ha mar deus un den da c'houlenn ouzhit: Hag ez eus unan bennak amań? e responti: Nann.

21  Jael gwreg Heber a grogas en un tach eus an deltenn, hag o kemer ar morzhol en he dorn, e teuas d'e gavout goustadik, hag e toullas dezhań e ividig gant an tach a yeas en douar. Kousket-don e oa ha gwall skuizh, hag e varvas.

22  Ha setu, evel ma rede Barak war-lerc'h Sisera, Jael a yeas er-maez en arbenn dezhań, hag e lavaras dezhań: Deus hag e tiskouezin dit an den a glaskez. Barak a yeas en he zi, ha setu, Sisera a oa astennet marv, an tach en e ividig.

23  En deiz-se Doue a izelaas Jabin roue Kanaan dirak mibien Israel.

24  Dorn mibien Israel a bounnerae muioc'h-muiań war Jabin roue Kanaan, betek m'o doe distrujet Jabin roue Kanaan.

 

Pennad 5

Kantik Debora

1  En deiz-se Debora a ganas gant Barak mab Abinoam, o lavarout:

2  Bennigit an AOTROU! Rak ez eus bet pennoł hag o deus kemeret ar stur en Israel, hag ar bobl he deus diskouezet bolontez vat.

3  Selaouit rouaned, roit ho skouarn prińsed, me eo, me eo an hini a gano d'an AOTROU, an hini a veulo an AOTROU Doue Israel.

4  AOTROU, pa'z out aet kuit eus Seir, pa'z out aet a-raok eus parkeier Edom, an douar a grenas, an neńvoł a deuzas, ar c'houmoul a deuzas e doureier,

5  ar menezioł a gouezhas en o foull dirak an AOTROU, ar Sinai zoken dirak an AOTROU Doue Israel.

6  En deizioł Shamgar mab Anad, en deizioł Jael, an hentoł a oa dilezet, ar veajourien a yae dre wenodennoł kammigellek.

7  Ne oa ken a renerien en Israel betek ma savis, me Debora, betek ma savis evel ur vamm en Israel.

8  Dibabet o doa doueoł nevez, ha raktal ez eus bet ar brezel ouzh an dorojoł. Ne veze gwelet na skoed na goaf e-touez daou-ugent milier Israel.

9  Va c'halon a zo da renerien Israel, d'ar re o deus diskouezet bolontez vat e-touez ar bobl. Bennigit an AOTROU!

10  C'hwi hag a zo o vont war azenezoł gwenn, c'hwi hag a zo azezet war ballennoł, c'hwi hag a gerzh dre an hentoł, kanit!

11  Son ar waregerien etre ar mammennoł ma veze tennet dour diouto, ra veulo reizhder an AOTROU, reizhder renerien Israel. Neuze e tiskenno d'an dorojoł pobl an AOTROU.

12  Dihun, dihun, Debora! Dihun, dihun, lavar ur c'hantik! Sav, Barak! Kas dalc'het an dalc'herezh, mab Abinoam!

13  Un nemorant eus ar bobl a voe mestr war ar re c'halloudek, an AOTROU am lakaas da vezań mestr war ar re nerzhus.

14  Eus Efraim e voe o gwrizienn a-enep Amalek, war da lerc'h Benjamin a gerzhas e-touez ar pobloł, eus Makir eo deuet ar renerien, eus Zabulon eo deuet ar re a zalc'he pluenn ar skrivagner.

15  Renerien Isakar a voe gant Debora, Isakar a heulias Barak. Kaset eo bet war e seulioł en draonienn. Tost ouzh froud Ruben, e voe ur preder bras er c'halonoł.

16  Perak ez out chomet e-kreiz da grevier, da glevout blejadennoł an tropelloł? Tost ouzh froud Ruben, e voe ur preder bras er c'halonoł.

17  Galaad a zo chomet en tu all d'ar Jordan. Ha Dan, perak ez eo manet war e listri? Aser a zo en em zalc'het war vord ar mor hag a zo chomet en e borzhioł.

18  Zabulon a zo ur bobl hag a yeas a-enep ar marv, kenkoulz ha Neftali, war uhelennoł ar maezioł.

19  Ar rouaned a zo deuet hag o deus brezelet. Rouaned Kanaan o deus brezelet e Taanak, e-kichen doureier Megiddo, met n'o deus degaset ganto na preizh na arc'hant.

20  Brezelet eo bet eus an neńvoł, diouzh o hentoł ar stered o deus brezelet a-enep Sisera.

21  Aet int bet gant froud Kison, ar froud kozh, froud Kison. Ve ene en deus mac'hed d'an treid o nerzh.

22  Neuze karnioł ar c'hezeg a dregernas, dre c'haloup, dre c'haloup o re c'halloudek.

23  Milligit Meroz, eme ael an AOTROU, milligit, milligit hec'h annezidi, rak n'int ket deuet da sikour an AOTROU, da sikour an AOTROU, gant tud kadarn.

24  Ra vo benniget e-touez ar gwragez Jael gwreg Heber ar C'henian, ra vo benniget e-touez ar gwragez a zo o chom en teltennoł.

25  Dour a c'houlennas, laezh a roas dezhań, dienn a ginnigas dezhań en ur hanaf enorus.

26  Unan eus he dorn a grogas en tach, he dorn dehou e morzhol an oberour, hag e skoas war Sisera, e frikas e benn, e toullas e ividig.

27  Plegań a reas ouzh he zreid, kouezhań a reas, gourvezet d'he zreid. E-lec'h ma plegas, e kouezhas distrujet.

28  Mamm Sisera a selle dre ar prenestr, hag e krie a-dreuz ar gael: Perak e tale e garr da erruout? Perak ez a e girri ken gorrek?

29  Ar re furań eus e itronezed a respontas, hag hi ivez en em lavaras enni hec'h-unan:

30  Ha n'o deus ket kavet preizh ha n'en lodennont ket? Ur plac'h, div blac'h dre benn pep brezelour; preizh a zilhad livet evit Sisera, preizh a zilhad livet brodet; un dilhad livet, daou zilhad livet brodet evit gouzoug ar breizhataerien.

31  Ra yelo da get evel-se, o AOTROU, da holl enebourien! Ra vo ar re a gar ac'hanout evel an heol pa en em ziskouez en e nerzh! Hag ar vro a voe sioul e-pad daou-ugent vloaz.

 

Pennad 6

Gedeon

1  Mibien Israel a reas an droug dirak daoulagad an AOTROU, hag an AOTROU o lakaas etre daouarn Madian e-pad seizh vloaz.

2  Dorn Madian a voe galloudus a-enep Israel. En abeg d'ar Vadianiz, mibien Israel a reas kevioł er menezioł, ha mougevioł ha kreńvlec'hioł.

3  P'en doa hadet Israel, e pigne Madian gant Amalek ha mibien ar reter, hag e pignent a-enep dezhań.

4  Hag e kampent a-enep dezhań, hag e tistrujent eostoł ar vro betek Gaza, ha ne lezent ket bevańs en Israel, na dańvad nag ejen nag azen.

5  Rak e pignent gant o zropelloł hag o zeltennoł, dont a raent a-leizh, evel kilheien-raden; int hag o c'hańvaled a oa diniver, hag e teuent e-barzh ar vro evit he distrujań.

6  Israel a zeuas da vezań gwall baour en abeg da Vadian, ha mibien Israel a grias etrezek an AOTROU.

7  Pa grias mibien Israel etrezek an AOTROU diwar-benn Madian,

8  an AOTROU a gasas ur profed da gavout mibien Israel; eń lavaras dezho: Evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Ho lakaet em eus da bignat er-maez eus an Ejipt, tennet em eus ac'hanoc'h eus an ti sklavelezh,

9  dieubet em eus ac'hanoc'h eus dorn an Ejipsianed hag eus dorn ar re holl ho mac'he, o c'haset em eus kuit dirazoc'h, roet em eus deoc'h o bro,

10  ha lavaret em eus deoc'h: Me eo an AOTROU ho Toue, n'ho pet ket aon rak doueoł an Amoreaned emaoc'h o chom en o bro. Met n'hoc'h eus ket sentet ouzh va mouezh.

11  Ael an AOTROU a zeuas hag a azezas dindan an dervenn a oa en Ofra hag a oa da Joaz an Abiezerad. Gedeon e vab a zorne an ed er waskerell, evit e guzhat a-zirak Madian.

12  Ael an AOTROU en em ziskouezas dezhań hag a lavaras: An AOTROU a zo ganit, brezelour kadarn!

13  Gedeon a lavaras dezhań: Siwazh, va aotrou! Mar emań an AOTROU ganeomp, perak eta eo c'hoarvezet an holl draoł-se ganeomp? Pelec'h emań an holl vurzhudoł o deus komzet hon tadoł diwar o fenn evel-henn: An AOTROU, ha n'en deus ket hol lakaet da bignat eus an Ejipt? Rak bremań an AOTROU en deus hon dilezet hag hol lakaet etre daouarn ar Vadianiz.

14  An AOTROU a sellas outań hag a lavaras: Kae gant an nerzh ac'h eus, hag e tieubi Israel eus dorn ar Vadianiz. Ha n'eo ket me an hini a gas ac'hanout?

15  Hag e lavaras dezhań: Siwazh, va aotrou! Gant petra e tieubin Israel? Setu, va milier ha va ziegezh a zo ar re baourań e Manase, ha me eo ar bihanań e ti va zad.

16  An AOTROU a lavaras: Dre ma vin ganit, te a bilo ar Vadianiz evel un den hepken.

17  Hag e lavaras dezhań: Mar em eus kavet gras dirak da zaoulagad, ro din ur sin eo te a gomz ouzhin;

18  na bella ket ac'hann betek ma teuin en-dro da'z kavout, ha ma tegasin va frof, ha ma em bo e lakaet dirazout. Hag e lavaras: Chom a rin ken na zistroi.

19  Gedeon a yeas en ti da fichań ur menn-gavr ha gwestell hep goell gant un efa (~ 30 l) bleud. Lakaat a reas ar c'hig en ur baner, ar soubenn en ur pod, hag o degasas dindan an dervenn d'o c'hinnig.

20  Ael an AOTROU a lavaras dezhań: Kemer ar c'hig hag ar gwestell hep goell, ha laka anezho war ar roc'h-se. Hag e reas evel-se.

21  Ael an AOTROU a astennas beg ar vazh a oa en e zorn, hag a stokas ouzh ar c'hig hag ar gwestell hep goell. An tan a bignas eus ar roc'h hag a zevas ar c'hig hag ar gwestell hep goell. Hag ael an AOTROU a yeas kuit a-zirak e zaoulagad.

22  Gedeon a welas e oa ael an AOTROU hag a lavaras: Siwazh, Aotrou AOTROU! Rak gwelet em eus ael an AOTROU dremm ouzh dremm.

23  An AOTROU a lavaras dezhań: Bez e peoc'h! Na'z pez ket aon, ne varvi ket.

24  Eno e savas Gedeon un aoter d'an AOTROU, hag e c'halvas anezhi: AOTROU a beoc'h. Emań c'hoazh hiziv en Ofra, war diriad Abiezer.

25  En noz-se, an AOTROU a lavaras dezhań: Kemer kole yaouank da dad hag un eil kole a seizh vloaz, diskar aoter Baal a zo da'z tad, ha troc'h hec'h ashera (= doueez).

26  Sav un aoter d'an AOTROU da Zoue war veg ar roc'h kreńv-mań en un doare dereat, kemer an eil kole, ha kinnig anezhań e loskaberzh gant koad an ashera az po troc'het.

27  Gedeon a gemeras dek gwaz e-touez e servijerien, hag e reas evel m'en doa lavaret an AOTROU. Hag evel m'en doa aon rak ti e dad ha tud kźr ma rafe kement-se e-pad an deiz, henn reas da noz.

28  Pa savas tud kźr abred diouzh ar beure, setu ma oa diskaret aoter Baal ha troc'het hec'h ashera, hag an eil kole a oa kinniget e loskaberzh war an aoter a oa bet savet.

29  Hag e lavarjont an eil d'egile: Piv en deus graet kement-se? Hag e c'houlennjont hag e klaskjont, hag e voe lavaret dezho: Gedeon mab Joaz en deus graet kement-se.

30  Tud kźr a lavaras da Joaz: Laka da vab da zont er-maez ha ma varvo, rak diskaret en deus aoter Baal ha troc'het hec'h ashera.

31  Joaz a lavaras d'ar re holl a gomze outań: Ha deoc'h eo da sevel a-du gant Baal? Ha deoc'h eo d'e saveteiń? Piv bennak a savo a-du gant Baal a vo lakaet d'ar marv a-benn ar mintin. Mard eo Doue, ra en em zifenno e-unan, o vezań m'eo bet diskaret e aoter.

32  En deiz-se e voe anvet Jerubbaal (= ra en em zifenno Baal), en ur lavarout: Ra en em zifenno Baal outań, o vezań ma en deus diskaret e aoter.

33  An holl Vadianiz hag an Amalekited ha mibien ar reter en em zastumas, hag a dremenas ar Jordan, hag a gampas e traonienn Jizreel.

34  Spered an AOTROU a wiskas Gedeon, hag e sonas gant ar shofar; hag e teuas an Abiezeriz war e lerc'h.

35  Kas a reas ivez kannaded da holl Vanase, hag e teuas hemań ivez war e lerc'h. Neuze e kasas kannaded da Aser, da Zabulon ha da Neftali, hag e pignjont en arbenn dezho.

36  Gedeon a lavaras da Zoue: Mar fell dit dieubiń Israel dre va dorn, evel ma ec'h eus lavaret,

37 setu, emaon o vont da lakaat ur c’hreoń gloan war al leur; ma ez eus glizh war ar c’hreoń hepken ha ma chom sec'h an holl zouar, ec'h anavezin e tieubi Israel dre va dorn, evel ma ec'h eus lavaret.

38  Ha kement-se a c'hoarvezas. Antronoz e savas abred diouzh ar beure, hag o vezań gwasket ar c’hreoń, e teuas eus ar c’hreoń un tasad leun dour glizh.

39  Gedeon a lavaras da Zoue: Ra n'en em dano ket da fulor a-enep din, ne gomzin nemet ar wech-mań. Da bediń a ran ma amprouin c'hoazh ar wech-mań hepken gant ar c’hreoń: ra chomo sec'h ar c’hreoń hepken, ha ra vo glizh war an holl zouar.

40  Ha Doue a reas evel-se d'an noz-se: ar c’hreoń hepken a chomas sec'h, hag e voe glizh war an holl zouar.

 

Pennad 7

Trec'h Gedeon war ar Vadianiz

1  Jerubbaal, hag a zo Gedeon, gant an holl bobl a oa gantań, a savas beure mat, hag e kampjont e-kichen feunteun Harod. Kamp Madian a oa etrezek an hanternoz, war-zu krec'h More, en draonienn.

2  An AOTROU a lavaras da C'hedeon: Ar bobl a zo ganit a zo re niverus evit ma lakafen Madian en o daouarn; Israel a dennfe gloar em enep en ur lavarout: Va dorn eo en deus va dieubet!

3  Bremań eta embann kement-mań ouzh divskouarn ar bobl en ur lavarout: An hini a zo spontik hag en deus aon, ra zistroio ha ra bellaio gant frankiz diouzh menez Galaad. Daou vil warn-ugent a-douez ar bobl a zistroas, hag e vanas dek mil anezho.

4  An AOTROU a lavaras da C'hedeon: Ar bobl a zo c'hoazh re niverus; laka anezho da ziskenn betek an dour, hag eno me a zispartio anezho; an hini ma lavarin dit: Hemań a yelo ganit, a yelo, hag an hini ma lavarin dit: Hemań ned aio ket ganit, ned aio ket.

5  Lakaat a reas ar bobl da ziskenn betek an dour, hag an AOTROU a lavaras da C'hedeon: Piv bennak a lapo dour gant e deod evel ma lap ur c'hi a laki a-gostez, hag e lami anezho digant ar re a blego war o daoulin evit evań.

6  Niver ar re a lape dour en o daouarn evit e gas d'o genoł a voe tri c'hant den. An nemorant eus ar bobl a blegas war o daoulin evit evań dour.

7  An AOTROU a lavaras da C'hedeon: Gant an tri c'hant den o deus lapet e tieubin ac'hanoc'h hag e lakain Madian ez torn. Ra ez aio an holl bobl, pep hini d'e lec'h.

8  Ar bobl a gemeras bevańs en o daouarn hag o shofaroł. Eń a gasas kuit holl dud Israel, pep hini d'e deltenn, met e talc'has an tri c'hant den. Kamp Madian a oa izeloc'h egetań en draonienn.

9  E-pad an noz an AOTROU a lavaras dezhań: Sav, diskenn d'ar c'hamp, rak e lakaet em eus ez torn.

10  Ma ec'h eus aon da ziskenn da-unan, diskenn gant Pura da servijer d'ar c'hamp.

11  Hag e klevi ar pezh a lavarint ha da zaouarn a vo nerzhet; diskenn d'ar c'hamp. Diskenn a reas eta gant Pura e servijer, betek gward a-raok ar c'hamp.

12  Madian, Amalek ha mibien ar reter a oa strewet en traonienn niverus evel kilheien-raden, hag o c'hańvaled a oa diniver evel an traezh a zo war aod ar mor, kement e oa anezho.

13  Gedeon a erruas, ha setu ma oa un den o kontań d'e genseurt un huńvre, hag e lavare: Setu em eus graet un huńvre, ur wastell bara heiz a ruilhe e kamp Madian, hag o vezań deuet betek an deltenn, e skoas outi en hevelep doare ma'z eo bet kouezhet, distroet a-du da du, ha diskaret.

14  E genseurt a respontas hag a lavaras: N'eo kement-se nemet kleze Gedeon mab Joaz, den Israel. Doue en deus lakaet Madian hag ar c'hamp-mań en e zorn.

15  P'en doe klevet Gedeon displegadur an huńvre hag e ster, en em stouas hag e tistroas da gamp Israel, hag e lavaras: Savit, rak an AOTROU en deus lakaet kamp Madian en ho torn.

16  Neuze e lodennas an tri c'hant den e tri strollad, hag e lakaas ur shofar e dorn pep hini anezho gant podoł goullo ha gouloł er podoł,

17  hag e lavaras dezho: Sellit ouzhin ha grit evel ma rin; pa vin erru e penn ar c'hamp, grit evel ma rin.

18  Pa sonin gant ar shofar, me hag an holl re a zo ganin, e sonot ivez gant ar shofar tro-dro d'ar c'hamp, hag e lavarot: Evit an AOTROU hag evit Gedeon!

19  Gedeon hag ar c'hant den a oa gantań a zeuas da benn ar c'hamp, e deroł beilhadenn an hanternoz. Edont o paouez lakaat ar warded. Seniń a rejont gant o shofaroł hag e torrjont ar podoł a oa en o daouarn.

20  An tri strollad a sonas gant ar shofaroł hag a dorras ar podoł, en ur gemer ar gouloł en o dorn kleiz hag ar shofaroł a sonent ganto en o dorn dehou, hag e krijont: Ar c'hleze evit an AOTROU hag evit Gedeon!

21  Hag en em zalc'hjont pep hini en e lec'h tro-dro d'ar c'hamp, hag holl re ar c'hamp en em lakaas da redek, da leuskel kriadennoł ha da dec'hout.

22  An tri c'hant den a sonas c'hoazh gant ar shofaroł, ha an AOTROU a droas pep hini a-enep e genseurt, dre an holl gamp. Tud ar c'hamp a dec'has betek Bet-Shitta, betek Zerera, betek ribl Abel-Mehola ha betek Tabbad.

23  Tud Israel, eus Neftali, eus Aser hag eus Manase en e bezh, en em zastumas hag a redas war-lerc'h Madian.

24  Gedeon a gasas kannaded da holl venez Manase, o lavarout: Diskennit en arbenn da Vadian ha tapit doureier ar Jordan en o raok betek Bet-Bara. Tud Efraim en em zastumas hag a dapas doureier ar Jordan betek Bet-Bara.

25  Hag e tapjont daou rener Madian: Oreb ha Zeeb. Hag e lazhjont Oreb e Roc'h Oreb hag e lazhjont Zeeb e Gwaskerell Zeeb. Hag e redjont war-lerc'h Madian, hag e tegasjont pennoł Oreb ha Zeeb da C'hedeon en tu all d'ar Jordan.

 

Pennad 8

Kendalc'h istor Gedeon

1  Tud Efraim a lavaras dezhań: Petra eo an dra-mań ac'h eus graet deomp: ne'c'h eus ket galvet ac'hanomp pa oas aet d'ar brezel a-enep Madian? Hag e krozmoljont taer anezhań.

2  Lavarout a reas dezho: Petra am eus graet e-skoaz ganeoc'h? Raspaerezh Efraim, ha n'eo ket gwelloc'h eget mendem Abiezer?

3  Doue en deus lakaet en ho taouarn renerien Vadian Oreb ha Zeeb. Petra am eus gallet ober e-skoaz ganeoc'h? O spered a voe sioulaet p'en doe lavaret kement-se.

4  Gedeon a erruas d'ar Jordan hag a dreuzas anezhań gant an tri c'hant den a oa gantań; skuizh e oant o redek.

5  Lavarout a reas da dud Sukkod: Roit baraennoł mar plij d'an dud a heuilh ac'hanon, rak skuizh int, hag e redin war-lerc'h Zebak ha Zalmuna rouaned Madian.

6  Renerien Sukkod a lavaras: Hag emań dija palv Zebak ha Zalmuna ez torn, evit ma rofemp bara da'z arme?

7  Gedeon a lavaras: Ac'hanta! P'en devo lakaet an AOTROU Zebak ha Zalmuna em dorn, ma e rogo ho kig gant spern an distro ha gant askol.

8  Goude ez eas ac'hane da Benuel, hag e komzas en hevelep doare. Tud Penuel a respontas dezhań evel m'o doa graet tud Sukkod.

9  Hag e lavaras ivez da dud Penuel: Pa zistroin e peoc'h, me a ziskaro an tour-se.

10  Zebak ha Zalmuna a oa e Karkor, hag o arme ganto, war-dro pemzek mil den, kement holl hag a vane eus arme mibien ar reter, rak bez' e oa kant ugent mil den o tennań ar c'hleze hag a oa kouezhet.

11  Gedeon a bignas dre hent ar re a zo o chom dindan teltennoł, e sav-heol Nobak ha Jogbeha, hag e trec'has ar c'hamp. Ar c'hamp en em grede e surentez.

12  Zebak ha Zalmuna a dec'has; eń a redas war o lerc'h, a dapas daou roue Madian Zebak ha Zalmuna, hag a zisparfoeltras an holl gamp.

13  Gedeon mab Joaz a zistroas eus an emgann dre grec'h Herez.

14  Hag e tapas ur paotr yaouank a-douez tud Sukkod, hag e c'houlennatas anezhań. Hemań a roas dezhań dre skrid anvioł renerien Sukkod hag e henaourien, seitek den ha tri-ugent.

15  Dont a reas da gavout tud Sukkod hag e lavaras: Setu Zebak ha Zalmuna, va dismegańset hoc'h eus diwar o fenn o lavarout: Hag emań dija palv Zebak ha Zalmuna ez torn, evit ma rofemp bara da'z tud skuizhet?

16  Kemer a reas henaourien kźr, ha spern an distro hag askol, hag e kelennas anezho ganto.

17  Diskar a reas ivez tour Penuel, hag e lakaas d'ar marv tud kźr.

18  Neuze e lavaras da Zebak ha Zalmuna: Penaos e oa an dud hoc'h eus lazhet war an Tabor? Respont a rejont: Eveldout e oant, pep hini anezho a oa heńvel ouzh mab ur roue.

19  Hag e lavaras: Va breudeur e oant, mibien va mamm. An AOTROU a zo bev, ma ho pije lezet dezho o buhez, ne'm bije ket ho lazhet.

20  Hag e lavaras da Jeter e gentań-ganet: Sav ha lazh anezho! Met ar paotr yaouank ne dennas ket e gleze, dre m'en doa aon, rak ur paotrig yaouank e oa c'hoazh.

21  Zebak ha Zalmuna a lavaras: Sav te da-unan ha sailh warnomp! Rak evel ma'z eo an den, eo e nerzh. Gedeon a savas hag a lazhas Zebak ha Zalmuna. Hag e kemeras ar bragerizoł a oa ouzh gouzougoł o c'hańvaled.

22  Tud Israel a lavaras da C'hedeon: Ren warnomp, te ha da vab ha mab da vab, rak hon dieubet ec'h eus diouzh dorn Madian.

23  Gedeon a lavaras: Me ne renin ket warnoc'h, ha va mab ne reno ket warnoc'h, an AOTROU eo a reno warnoc'h.

24  Gedeon a lavaras: Un dra a c'houlennin diganeoc'h: Roit din pep hini ac'hanoc'h lagadennoł e breizh. Rak an enebourien o doa lagadennoł aour, dre ma oant Ismaeliz.

25  Hag e respontjont: Ni o roio a youl vat. Oc'h astenn ur vantell, e taolas enni pep hini anezho lagadennoł e breizh.

26  Pouez al lagadennoł aour en doa goulennet a oa mil seizh kant sikl aour (~ 17 kg), hep kontań ar bragerizoł, ar c'hloc'higoł-skouarn, an dilhad tane a oa war rouaned Madian, hag hep kontań kelc'hennoł a oa ouzh gouzougoł o c'hańvaled.

27  Gedeon a reas gant-se un efod, hag e lakaas anezhań en e gźr en Ofra. Holl Israel a zeuas eno d'en em reiń d'ar gasterezh war e lerc'h, hag e voe ur pech evit Gedeon hag evit e di.

28  Madian a voe izelaet dirak mibien Israel, ha ne savas ken e benn. Ar vro a voe e peoc'h e-pad daou-ugent vloaz e deizioł Gedeon.

29  Jerubbaal mab Joaz a zeuas en-dro da chom en e di.

30  Gedeon en doe dek mab ha tri-ugent, deuet eus e gorf, rak meur a wreg en doe.

31  E serc'h a oa e Sichem a c'hanas dezhań ur mab, hag e voe anvet Abimelek.

32  Ha Gedeon mab Joaz a varvas en ur gozhni vat. Sebeliet e voe e bez Joaz e dad, en Ofra an Abiezeriz.

33  Goude ma voe marvet Gedeon, mibien Israel a zistroas adarre hag en em roas d'ar gasterezh war-lerc'h ar Baaloł, hag e kemerjont evito Baal-Berid da zoue.

34  Evel-se mibien Israel n'o doe ket sońj eus an AOTROU o Doue, en doa o dieubet eus dorn o holl enebourien tro-dro.

35  Ha ne ziskouezjont trugarez ebet e-keńver ti Jerubbaal-Gedeon, goude an holl vad en doa graet da Israel.

 

Pennad 9

Abimelek

1  Abimelek mab Jerubbaal a yeas da Sichem da gavout breudeur e vamm, hag e komzas outo hag ouzh holl diegezh tad e vamm o lavarout:

2  Mar plij, roit da anavezout ar c'homzoł-mań da holl bennoł Sichem: Petra a zo gwelloc'h evidoc'h, e renfe warnoc'h dek den ha tri-ugent, holl vibien Jerubbaal, pe e renfe warnoc'h un den hepken? Ho pet sońj ez on hoc'h askorn hag ho kig.

3  Breudeur e vamm a lavaras eus e berzh an holl gomzoł-se da skouarn pennoł Sichem. Hag o c'halon a voe tuet war-zu Abimelek, rak e lavarjont: Hor breur eo.

4  Hag e rojont dezhań dek ha tri-ugent pezh arc'hant eus ti Baal-Berid, hag Abimelek a c'hopraas ganto peorien-gaezh ha foeterien-hent a zeuas war e lerc'h.

5  Dont a reas da di e dad da Ofra, hag e lazhas war un hevelep maen e vreudeur, mibien Jerubbaal, dek den ha tri-ugent. Ne vanas nemet Jotam mab yaouankań Jerubbaal, rak en em guzhet e oa.

6  Holl bennoł Sichem en em zastumas, gant holl di Milho, hag e teujont da ober Abimilek roue, e-kichen an dervenn a oa e Sichem.

7  Kement-se a voe lavaret da Jotam, a yeas hag en em zalc'has war lein Menez Gerizim. Hag e savas e vouezh hag e krias o lavarout: Selaouit ac'hanon, pennoł Sichem, evit ma selaouo Doue ac'hanoc'h!

8  Ar gwez a yeas da oleviń warno ur roue, hag e lavarjont d'an olivezenn: Ren warnomp.

9  Met an olivezenn a lavaras dezho: Hag e tilezfen va eoul, ma vez enoret drezań Doue hag an dud, evit mont da fińval a-us d'ar gwez?

10  Hag ar gwez a lavaras d'ar fiezenn: Deus-te, ha ren warnomp.

11  Met ar fiezenn a lavaras dezho: Hag e tilezfen va douster ha va frouezh mat, evit mont da fińval a-us d'ar gwez?

12  Hag ar gwez a lavaras d'ar winienn: Deus-te, ha ren warnomp.

13  Met ar winienn a lavaras dezho: Hag e tilezfen va gwin mat, a laouena Doue hag an dud, evit mont da fińval a-us d'ar gwez?

14  Hag an holl wez a lavaras d'ar spernenn: Deus-te, ha ren warnomp.

15  Hag ar spernenn a lavaras d'ar gwez: Ma'z eo gant gwirionez ec'h olevit ac'hanon da roue warnoc'h, deuit hag en em lakait dindan va skeud, anez ra zeuio an tan eus ar spern ha ra zevo sedrez al Liban.

16  Ha bremań, daoust hag hoc'h eus graet gant gwirionez hag eeunder o lakaat Abimelek da roue? Daoust hag eo mat ar pezh hoc'h eus graet e-keńver Jerubbaal hag e-keńver e di? Daoust hag hoc'h eus graet dezhań hervez ar pezh o deus graet e zaouarn?

17  Va zad en deus brezelet evidoc'h, lakaet en deus e vuhez en arvar, ha dieubet en deus ac'hanoc'h eus dorn Madian.

18  Met c'hwi a zo en em savet hiziv a-enep ti va zad, lazhet hoc'h eus war un hevelep maen e vibien, dek den ha tri-ugent, ha lakaet hoc'h eus da roue war bennoł Sichem Abimelek, mab e vatezh, dre ma'z eo ho preur.

19  Ma'z eo gant gwirionez hag eeunder ar pezh hoc'h eus graet e-keńver Jerubbaal hag e-keńver e di, ra vo Abimelek ho levenez, ha ra viot ivez hec'h hini,

20  anez ra zeuio an tan eus Abimelek ha ra zevo pennoł Sichem ha ti Milho, ha ra zeuio an tan eus pennoł Sichem hag eus ti Milho ha ra zevo Abimelek!

21  Neuze Jotam en em dennas hag a dec'has. Mont a reas da Veer, hag e chomas eno, pell diouzh Abimelek e vreur.

22  Abimelek a renas tri bloaz war Israel.

23  Ha Doue a gasas un drouk-spered etre Abimelek ha pennoł Sichem. Pennoł Sichem a voe difeal ouzh Abimelek,

24  evit ma tistroio ar feulster e-keńver dek ha tri-ugent mab Jerubbaal hag o gwad war Abimelek o breur, en doa o lazhet, ha war bennoł Sichem o doa e sikouret da lazhań e vreudeur.

25  Pennoł Sichem a lakaas e spi a-enep dezhań war lein ar menezioł tud a breizhjont kement hini a dremene dre an hent a-biou dezho. Kement-se a voe kontet da Abimelek.

26  Gaal mab Ebed a zeuas gant e vreudeur hag ez ejont betek Sichem. Pennoł Sichem a fizias ennań.

27  Mont a rejont war ar maez da vendemiń o gwini, da jaodriń ha d'ober chervad. Neuze ez ejont da di o doue da zebriń ha da evań, hag e villigjont Abimelek.

28  Gaal mab Ebed a lavaras: Piv eo Abimelek ha petra eo Sichem, evit ma servijfemp anezhań? Ha n'eo ket mab Jerubbaal? Ha n'eo ket Zebul e gargad? Servijit tud Hamor tad Sichem, met perak e servijfemp hennezh?

29  Ma em bije ar bobl-se dindan va dorn, e kasfen kuit Abimelek. Hag e lavaras da Abimelek: Kresk da arme ha deus!

30  Zebul, gouarnour kźr, a glevas komzoł Gaal mab Ebed, hag e fulor en em danas.

31  Hag e kasas gant preder kannaded da gavout Abimilek, evit lavarout dezhań: Setu Gaal mab Ebed hag e vreudeur a zo deuet e Sichem, hag e savont kźr a-enep dit.

32  Bremań eta, sav e-pad an noz, te hag ar bobl a zo ganit, hag en em laka e spi war ar maez;

33  ha da vintin, pa sav an heol, e savi hag e teui da gouezhań war gźr; neuze eń hag ar bobl a zo gantań a yelo en da enep, ha te a raio dezho evel ma c'helli.

34  Abimelek hag an holl bobl a oa gantań a savas hag a yeas e-pad an noz d'en em lakaat e spi a-enep Sichem e pevar strollad.

35  Gaal mab Ebed a yeas er-maez hag en em zalc'has ouzh dor kźr. Neuze Abimilek hag an holl bobl a oa gantań a savas eus ar spi.

36  Gaal, o welout ar bobl-se, a lavaras da Zebul: Setu ur bobl o tiskenn eus lein ar menezioł. Ha Zebul a lavaras: Gwelout a rez skeud ar menezioł e-giz ma vefe tud.

37  Gaal a gomzas adarre o lavarout: Sell, setu ur bobl o tiskenn eus krec'hioł ar vro, hag ur strollad a zeu dre hent dervenn an hudsteredourien.

38  Zebul a lavaras: Pelec'h emań bremań da vrabańserezh pa lavare: Piv eo Abimelek, ma servijfemp anezhań? Ha n'emań ket aze ar bobl a zisprizes? Kae bremań d'ober brezel en o enep!

39  Neuze Gaal a yeas er-maez en ur ren pennoł Sichem, hag en em gannas ouzh Abimelek.

40  Abimelek a redas war e lerc'h, rak e tec'has dirazań; ha kalz a gouezhas marv betek toull an nor.

41  Abimelek a chomas en Aruma. Zebul a gasas kuit Gaal hag e vreudeur, na c'helljont ket chom e Sichem.

42  Antronoz ez eas ar bobl d'ar parkeier, ha kement-se a voe lavaret da Abimelek.

43  Hemań a gemeras tud a lodennas e tri strollad, hag o lakaas e spi er parkeier. O vezań gwelet e teue pobl eus kźr, e savas a-enep dezho hag e tisc'hreas anezho.

44  Abimelek hag ar strollad a oa gantań a yeas war-raok hag en em zalc'has ouzh toull dor kźr. An daou strollad all en em daolas war an holl re a oa er-maez hag o disc'hreas.

45  Abimelek a vrezelas a-enep kźr e-pad an holl zevezh-se, hag e tapas kźr, hag e lazhas ar bobl a oa enni. Goude-se e peurziskaras kźr hag e hadas holen warni.

46  Hag holl bennoł Tour Sichem, o vezań anavezet kement-se, en em dennas e kreńvlec'h ti an doue Berid.

47  Lavaret e voe da Abimelek e oa dastumet pennoł Tour Sichem.

48  Abimelek a bignas war Venez Salmon, eń hag an holl bobl a oa gantań. Abimelek a gemeras en e zorn ur vouc'hal hag a droc'has skourr ur wezenn, en lakaas war e skoaz, hag e lavaras d'ar bobl a oa gantań: Ha gwelet hoc'h eus ar pezh am eus graet? Hastit ober eveldon.

49  Troc'hań a rejont eta pep hini anezho ur skourr hag e heuilhjont Abimelek, hag e lakajont anezho ouzh ar c'hreńvlec'h, en ur lakaat ar c'hreńvlec'h en tan. Holl dud Tour Sichem a varvas evel-se, war-dro mil den, gwersed ha merc'hed.

50  Abimelek a yeas da Debez, hag e kampas a-enep Tebez hag he zapas.

51  Bez' e oa e-kreiz kźr un tour kreńv, e-lec'h en em dennas holl wersed, holl verc'hed hag holl bennoł kźr. O vezań serret an nor war o lerc'h, e pignjont war doenn an tour.

52  Abimelek a zeuas betek an tour da arsailhań anezhań, hag e tostaas ouzh dor an tour evit hec'h entanań.

53  Met ur vaouez a daolas ur maen war benn Abimelek hag a frikas e glopenn dezhań.

54  Gervel a reas diouzhtu an den yaouank a zouge e armoł, hag e lavaras dezhań: Tenn da gleze ha va lazh, gant aon na vefe lavaret ac'hanon: Ur vaouez he deus e lazhet. An den yaouank e doullas, hag e varvas.

55  Tud Israel, o welout e oa marvet Abimelek, a yeas pep hini d'e di.

56  Doue a lakaas da gouezhań war Abimelek an droug en doa graet d'e dad en ur lazhań e zek breur ha tri-ugent.

57  Doue a lakaas da gouezhań war benn tud Sichem an holl zroug o doa graet. Evel-se e teuas warno mallozh Jotam mab Jerubbaal.

 

Pennad 10

Tola ha Jair. Pec'hedoł Israel

1  Goude Abimelek, Tola mab Pua mab Dodo, den eus Isakar, a savas evit dieubiń Israel. Edo o chom e Shamir, war venez Efraim.

2  Hag e varnas Israel tri bloaz warn-ugent, hag e varvas, hag e voe sebeliet e Shamir.

3  War e lerc'h e savas Jair eus Galaad, a varnas Israel daou vloaz warn-ugent.

4  Bez' en doa tregont mab, a yae war dregont azenig, hag o doa tregont kźr, a zo anvet c'hoazh hiziv kźrioł Jair. E bro C'halaad emaint.

5  Ha Jair a varvas hag a voe sebeliet e Kamon.

6  Neuze mibien Israel a reas adarre an droug dirak daoulagad an AOTROU, hag e servijjont ar Baaloł hag Ashtarod, doueoł Siria, doueoł Sidon, doueoł Moab, doueoł mibien Ammon ha doueoł ar Filistined. Hag e tilezjont an AOTROU ha ne servijjont ken anezhań.

7  Fulor an AOTROU en em danas a-enep Israel, hag e lakaas anezho etre daouarn ar Filistined hag etre daouarn mibien Ammon.

8  Er bloaz-se e waskjont hag e vac'hjont mibien Israel, hag e-pad triwec'h vloaz holl vibien Israel a oa en tu all d'ar Jordan, e bro an Amoreaned a zo e Galaad.

9  Mibien Ammon a dremenas ar Jordan evit stourm ivez a-enep Juda, a-enep Benjamin hag a-enep ti Efraim. Hag e voe Israel en un estrenvan vras.

10  Mibien Israel a grias etrezek an AOTROU o lavarout: Pec'het hon eus a-enep dit ha servijet hon eus ar Baaloł.

11  Met an AOTROU a lavaras da vibien Israel: Ha ne'm eus ket ho tieubet eus an Ejipsianed, eus an Amoreaned, eus mibien Ammon, eus ar Filistined,

12  eus ar Sidoniz, eus an Amalekited, eus ar Vaoniz? Ha pa hoc'h eus kriet etrezek ennon, em eus ho tieubet eus o daouarn.

13  Met va dilezet hoc'h eus evit servijań doueoł all, dre-se n'ho tieubin ken.

14  Kit da grial etrezek an doueoł hoc'h eus dibabet, ra zieubint ac'hanoc'h en amzer hoc'h estrenvan.

15  Mibien Israel a lavaras d'an AOTROU: Pec'het hon eus, gra en hor c'heńver evel ma kavi mat, met dieub ac'hanomp hepken hiziv.

16  Hag e lamjont eus o zouez an doueoł diavaeziek, evit servijań an AOTROU. Truez en doe en e galon dirak glac'har Israel.

17  Mibien Ammon en em zastumas hag a gampas e Galaad, ha mibien Israel en em zastumas ivez hag a gampas e Mizpa.

18  Ar bobl ha pennoł Galaad a lavaras an eil d'egile: Piv eo an den a grogo da stourm a-enep mibien Ammon? Bez' e vo ar rener eus holl annezidi Galaad.

 

Pennad 11

Jefte

1  Jefte ar Galaadad a oa ur brezelour kadarn. Mab d'ur c'hast e oa, ha Galaad a oa tad da Jefte.

2  Gwreg Galaad he doa ganet dezhań mibien, ha pa voe deuet bras mibien ar wreg-se, e kasjont Jefte kuit o lavarout dezhań: Ne'z po ket a hźrezh e ti hon tad, rak mab ur vaouez all ez out.

3  Jefte a dec'has a-zirak e vreudeur, hag ez eas da chom e tiriad Tob. Peorien-gaezh en em zastumas en-dro da Jefte, hag e raent troioł gantań.

4  Un nebeud amzer goude, mibien Ammon a vrezelas a-enep Israel.

5  Evel ma vrezele mibien Ammon a-enep Israel, henaourien Galaad a yeas da gerc'hat Jefte da vro Dob.

6  Lavarout a rejont da Jefte: Deus da vezań hor c'habiten, hag e stourmimp ouzh mibien Ammon.

7  Jefte a lavaras da henaourien Galaad: Ha n'hoc'h eus ket kasaet ac'hanon ha va c'haset kuit eus ti va zad? Perak e teuit da'm c'havout, pa ez oc'h bremań er glac'har?

8  Henaourien Galaad a lavaras da Jefte: Setu perak e tistroomp da'z kavout bremań, evit ma teui ganeomp ha ma stourmi a-enep mibien Ammon, ha ma vi hor rener, hini holl annezidi Galaad.

9  Jefte a lavaras da henaourien Galaad: Mar kasit ac'hanon ganeoc'h evit stourm a-enep mibien Ammon ha mar laka an AOTROU anezho etre va daouarn, e vin ho rener.

10  Henaourien Galaad a lavaras da Jefte: Ra vo test an AOTROU etrezomp, ma ne reomp ket evel ma ec'h eus lavaret.

11  Jefte a yeas eta gant henaourien Galaad, hag ar bobl a lakaas anezhań warno da rener ha kabiten, ha Jefte a adlavaras dirak an AOTROU e Mizpa an holl gomzoł en doa lavaret.

12  Jefte a gasas kannaded da roue mibien Ammon evit lavarout: Petra a zo etre te ha me, ma'z out deuet a-enep din d'ober brezel em bro?

13  Roue mibien Ammon a lavaras da gannaded Jefte: Rak Israel, pa bigne eus an Ejipt, en deus kemeret va bro adalek an Arnon betek Jabok hag ar Jordan. Ha bremań ro din an douaroł-se en-dro dre gaer.

14  Jefte a gasas a-nevez kannaded da roue mibien Ammon

15  evit lavarout: Evel-henn e komz Jefte: Israel n'en deus ket kemeret douaroł eus Moab nag eus mibien Ammon.

16  Pa bignas Israel eus an Ejipt, e kerzhas dre an distro betek ar Mor Ruz, hag ec'h erruas e Kadesh.

17  Israel a gasas kannaded da roue Edom evit lavarout dezhań: Va lez da dremen dre da vro; met roue Edom ne lezas ket. Hag e kasas ivez da roue Moab, met ne fellas ket dezhań. Hag Israel a chomas e Kadesh.

18  Neuze e kerzhas dre an distro, hag e reas tro bro Edom ha bro Voab, hag ec'h erruas ouzh sav-heol bro Voab, da gampiń en tu all d'an Arnon, hep mont war douaroł Moab, rak an Arnon a oa harz Moab.

19  Israel a gasas kannaded da Sihon roue an Amoreaned ha roue Hesbon, hag Israel a lavaras dezhań: Va lez da dremen dre da vro, betek va lec'h.

20  Met Sihon ne fizias ket en Israel evit e lezel da dremen dre e vro. Sihon a zastumas e holl bobl, hag e kampjont e Jahaz, hag e stourmjont ouzh Israel.

21  An AOTROU Doue Israel a lakaas Sihon hag e holl bobl etre daouarn Israel a zisc'hreas anezho. Evel-se e perc'hennas Israel holl vro an Amoreaned a oa o chom er vro-se.

22  Kemer a rejont eta holl vro an Amoreaned adalek an Arnon betek Jabok, hag  adalek an distro betek ar Jordan.

23  Ha bremań, pa en deus an AOTROU Doue Israel kaset kuit an Amoreaned dirak e bobl Israel, daoust hag e vefe te an hini a berc'hennfe o bro?

24  Ha ne berc'hennez ket ar pezh en deus roet dit da berc'hennań Kemosh da zoue? Ni a berc'henno ar vro eus an holl re en deus kaset kuit an AOTROU hon Doue dirazomp.

25  A-hend-all, daoust hag e talvezez muioc'h eget Balag mab Zippor, roue Moab? Ha n'en deus ket stourmet a-enep Israel, ha graet ar brezel outań?

26  Setu tri c'hant vloaz abaoe m'emań Israel o chom en Hesbon hag en he c'hźrioł, en Aroer hag en he c'hźrioł, hag en holl gźrioł a zo a-hed an Arnon, perak n'hoc'h eus ket o lamet digantań e-keit-se?

27  Ne'm eus ket pec'het ouzhit, met e trougc'hraez em c'heńver oc'h ober brezel ouzhin. Ra varno hiziv an AOTROU, hag a zo ar Barner, etre mibien Israel ha mibien Ammon!

28  Met roue mibien Ammon ne fellas ket dezhań selaou ar c'homzoł en doa graet Jefte lavarout dezhań.

29  Spered an AOTROU a voe war Jefte. Hemań a dremenas Galaad ha Manase, a yeas betek Mizpe Galaad, hag eus Mizpe Galaad a yeas war-zu mibien Ammon.

30  Jefte a reas ur gouestl d'an AOTROU o lavarout: Mar lakaez mibien Ammon em dorn,

31  ar pezh a zeuio er-maez eus dor va zi a-raok din, pa zistroin e peoc'h eus mibien Ammon, a vo d'an AOTROU; e ginnig a rin e loskaberzh.

32  Jefte a yeas war-zu mibien Ammon evit stourm outo, hag an AOTROU o lakaas en e zorn.

33  Hag e trec'has anezho adalek Aroer betek Minnid, e-lec'h ma oa ugent kźr, ha betek plaenenn ar gwini; ul lazhadeg bras a reas anezho. Mibien Ammon a voe izelaet dirak mibien Israel.

34  Hag e tistroas Jefte da Vizpa, d'e di, ha setu e verc'h a zeuas en arbenn dezhań, gant taboulinoł ha dańsoł. Bez' e oa e vugel nemetań, n'en doa na mab na merc'h all.

35  Kerkent ha ma welas anezhi e rogas e zilhad hag e lavaras: Siwazh va merc'h! Bec'hiet on, ya bec'hiet on, peurvantret on abalamour dit, rak digoret em eus va genoł d'an AOTROU ha ne c'hellin ket dislavarout.

36  Hi a lavaras dezhań: Va zad, digoret ec'h eus da c'henoł d'an AOTROU? Gra din evel m'eo deuet eus da c'henoł, pa en deus an AOTROU veńjet ac'hanout eus da enebourien, mibien Ammon.

37  Hag e lavaras d'he zad: Ro din kement-mań: Lez ganin daou viz, mont a rin, diskenn a rin dre ar menezioł, hag e ouelin war va gwerc’hded gant va mignonezed.

38  Hag e lavaras dezhi: Kae! Hag he lezas da vont evit daou viz. Mont a reas eta gant he mignonezed da ouelań war he gwerc’hded war ar menezioł.

39  A-benn daou viz e tistroas da gavout he zad, hag e reas ganti ar gouestl en doa graet. N'he doa anavezet den ebet. Ac'hane e teu ar c'hiz en Israel,

40  penaos a vloaz da vloaz merc'hed Israel a ya da glemm diwar-benn merc'h Jefte ar Galaadad, e-pad pevar devezh pep bloaz.

 

Pennad 12

Stourm Jefte a-enep Efraim. Ibzan. Elon. Abdon

1  Tud Efraim en em zastumas hag a yeas war-zu an hanternoz da lavarout da Jefte: Perak ez out aet d'ober brezel ouzh mibien Ammon hep bezań hor galvet da gerzhout ganit? Ni a zevo da di, ganit-te ivez!

2  Jefte a lavaras dezho: Stourmadegoł bras hon eus bet gant mibien Ammon, me ha va fobl. Pa em eus ho kalvet, n'hoc'h eus ket va dieubet eus o dorn.

3  Pa em eus gwelet na zieubec'h ket ac'hanon, lakaet em eus va buhez en arvar, aet on war-zu mibien Ammon, hag an AOTROU o lakaas em dorn. Perak eta oc'h pignet hiziv a-enep din, evit ober brezel din?

4  Jefte a zastumas holl dud Galaad evit stourm ouzh Efraim. Tud Galaad a bilas Efraim, dre m'o doa lavaret ar re-mań: C'hwi 'zo tec'hidi Efraim! Emań Galaad e-kreiz Efraim, e-kreiz Manase!

5  Galaad a dapas roudouzioł ar Jordan a-raok ma erruas re Efraim eno. Ha pa lavare unan eus tec'hidi Efraim: Lez ac'hanon da dremen! tud Galaad a lavare dezhań: Eus Efraim ez out? Hag e lavare: Nann.

6  Neuze e oa lavaret dezhań: Ac'hanta, lavar: Shibboled. Met ne oa ket evit e zistagań reizh, hag e lavare: Sibboled. Neuze e oa kroget ennań hag e oa lakaet d'ar marv e roudouzioł ar Jordan; er mare-se e kouezhas daou vil ha daou-ugent den eus Efraim.

7  Jefte a varnas Israel c'hwec'h vloaz. Ha Jefte ar Galaadad a varvas hag a voe sebeliet en unan eus kźrioł Galaad.

8  War e lerc'h, Ibzan eus Betlehem a varnas Israel.

9  Bez' en doe tregont mab, ha tregont merc'h a zimezas er-maez eus e di. Lakaat a reas da zont a-ziavaez tregont merc'h evit e vibien. Barn a reas Israel seizh vloaz.

10  Hag Ibzan a varvas hag a voe sebeliet e Betlehem.

11  War e lerc'h, Elon eus Zabulon a varnas Israel dek vloaz.

12  Hag Elon eus Zabulon a varvas hag a voe sebeliet en Ajalon e bro Zabulon.

13  War e lerc'h, Abdon mab Hillel, ar Piratoniad, a varnas Israel.

14  Bez' en doe daou-ugent mab ha tregont mab-bihan, a yae war dek azenig ha tri-ugent. Barn a reas Israel eizh vloaz.

15  Hag Abdon mab Hillel, ar Piratoniad, a varvas hag a voe sebeliet e Piraton, e bro Efraim, war venez an Amalekiz.

 

Pennad 13

Ganedigezh Samzun

1  Mibien Israel a reas adarre an droug dirak daoulagad an AOTROU, hag an AOTROU o lakaas etre daouarn ar Filistined e-pad daou-ugent vloaz.

2  Bez' e oa e Zora un den eus kerentiezh Dan anvet Manoak; e wreg a oa gaonac'h: n'he doa ket a vugale.

3  Ael an AOTROU en em ziskouezas d'ar wreg hag a lavaras dezhi: Setu ez out gaonac'h, ne'c'h eus ket a vugale, met e końsevi hag e c'hani ur mab.

4  Diwar-vremań, diwall a evań gwin hag evaj kreńv, hag a zebriń traoł dic'hlan.

5  Bez' e vi brazez hag e c'hani ur mab; an aotenn ne dremeno ket war e benn, rak ar bugel a vo un Nazeread a Zoue adalek ar c'hof. Eń eo an hini a grogo da zieubiń Israel eus dorn ar Filistined.

6  Ar wreg a yeas da gomz ouzh he gwaz o lavarout: Un den a Zoue a zo deuet da'm c'havout, e neuz a oa evel neuz un ael a-berzh Doue, spouronus-meurbet. Ne'm eus ket goulennet digantań a-belec'h e oa, ha n'en deus ket roet din da c'houzout e anv,

7  met lavaret en deus din: Bez' e vi brazez hag e c'hani ur mab; diwar-vremań, diwall a evań gwin hag evaj kreńv, hag a zebriń traoł dic'hlan, rak ar bugel a vo un Nazeread a Zoue adalek ar c'hof betek deiz e varv.

8  Manoak a bedas an AOTROU hag a lavaras: AOTROU, ra zeuio c'hoazh d'hor c'havout an den a Zoue ac'h eus degaset, me az ped, ha ra gelenno ac'hanomp war ar pezh hon devo d'ober evit ar bugel pa vo ganet.

9  Doue a selaouas mouezh Manoak. Ael Doue a zeuas c'hoazh da gavout ar wreg pa oa azezet en ur park; met Manoak he gwaz ne oa ket ganti.

10  Hag ar wreg a redas buan da lavarout d'he gwaz: Setu, an den a oa deuet da'm c'havout en deiz all a zo en em ziskouezet din.

11  Manoak a savas hag a yeas war-lerc'h e wreg da gavout an den, hag e lavaras dezhań: Hag ez out an den en deus komzet ouzh va gwreg? Hag e lavaras: Me eo.

12  Manoak a lavaras: Pa c'hoarvezo ar pezh ac'h eus lavaret, penaos e vo urzhiet ar bugel, petra hor bo d'ober?

13  Ael an AOTROU a lavaras da Vanoak: Da wreg he devo da ziwall eus kement am eus lavaret dezhi:

14  ne zebro netra a zeu eus ar gwini, ne evo na gwin na evaj kreńv, ne zebro netra dic'hlan; ra viro kement am eus gourc'hemennet dezhi.

15  Manoak a lavaras da ael an AOTROU: Hol lez da'z terc'hel ha da fichań evidout ur menn-gavr.

16  Ael an AOTROU a lavaras da Vanoak: Pa zalc'hfes ac'hanon ne zebrin ket eus da vara; met ma rez ul loskaberzh, en kinnigi d'an AOTROU. Ne ouie ket Manoak e oa ael an AOTROU.

17  Manoak a lavaras da ael an AOTROU: Pe anv ac'h eus, evit ma'c'h enorimp ac'hanout pa c'hoarvezo ar pezh ac'h eus lavaret?

18  Ael an AOTROU a lavaras dezhań: Perak e c'houlennez va anv evel-se? Burzhudus eo.

19  Manoak a gemeras ur menn-gavr hag un donezon, hag o c'hinnigas d'an AOTROU war ar roc'h. Hag ur burzhud a zegouezhas dirak Manoak hag e wreg:

20  evel ma'z ae ar flamm eus an aoter war-zu an neńv, ael an AOTROU a savas ivez e flamm an aoter. Manoak hag e wreg, o welout kement-se, a gouezhas war o dremmoł d'an douar.

21  Ael an AOTROU n'en em ziskouezas ken da Vanoak na d'e wreg. Neuze ec'h anavezas Manoak e oa ael an AOTROU.

22  Manoak a lavaras d'e wreg: A-dra-sur emaomp o vont da vervel, rak gwelet hon eus Doue.

23  E wreg a lavaras dezhań: Ma vije fellet d'an AOTROU hol lakaat da vervel, n'en dije ket degemeret eus hon dorn al loskaberzh hag an donezon, ha n'en dije ket graet deomp gwelout an holl draoł-se, na klevout anezho, en amzer ma'z omp enni.

24  Ar wreg a c'hanas ur mab hag a anvas anezhań Samzun (= evel an heol). Ar bugel a greskas, hag an AOTROU a vennigas anezhań.

25  Ha Spered an AOTROU a stagas da gregiń ennań e Makane-Dan etre Zorea hag Eshtaol.

 

Pennad 14

Eured Samzun

1  Samzun a ziskennas da Dimna hag a welas ur plac'h e Timna a-douez merc'hed ar Filistined.

2  O vezań pignet en-dro, en disklźrias d'e dad ha d'e vamm o lavarout: Gwelet em eus ur plac'h e Timna a-douez merc'hed ar Filistined, bremań kemerit anezhi evit ma vo va gwreg.

3  E dad hag e vamm a lavaras dezhań: Ha n'eus ket plac'hed e-touez merc'hed da vreudeur hag e-touez va holl bobl, ma'z afes da gemer ur wreg a-douez ar Filistined diamdroc'h? Samzun a lavaras d'e dad: Kemer anezhi evidon, rak plijout a ra da'm daoulagad.

4  E dad hag e vamm ne ouient ket e oa kement-se a-berzh an AOTROU, rak Samzun a glaske un abeg a-enep ar Filistined. En amzer-se ar Filistined a vestronie Israel.

5  Samzun a ziskennas da Dimna gant e dad hag e vamm, hag ez ejont da wini Timna. Ha setu, ul leon yaouank o yudal a zeuas en arbenn dezhań.

6  Spered an AOTROU a grogas e Samzun, hag e tispennas anezhań evel ma tispenner ur menn-gavr, hep netra en e zorn. Met ne lavaras na d'e dad na d'e vamm ar pezh en doa graet.

7  Diskenn a reas hag e komzas ouzh ar plac'h, a blijas da zaoulagad Samzun.

8  Ur pennad-amzer war-lerc'h ez eas evit he c'herc'hat, hag e reas un distro da welout korf marv al leon. Ha setu, bez' e oa un hed-gwenan ha mel e-barzh korf marv al leon.

9  Kemer a reas dioutań en e zorn, hag e kendalc'has e hent en ur debriń. Pa zeuas da gavout e dad hag e vamm, e roas dezho hag e tebrjont, met ne lavaras ket dezho en devoa kemeret ar mel-se e korf marv al leon.

10  E dad a ziskennas da gavout ar plac'h, ha Samzun a reas eno ur fest, e-giz ma rae an dud yaouank.

11  O welout anezhań, e kemerjont tregont eus ar re bedet evit bezań e genseurted gantań.

12  Samzun a lavaras dezho: Emaon o vont da ginnig un divinadell deoc'h. Mar displegit din anezhi e-pad seizh devezh ar fest ha mar kavit anezhi, me a roio deoc'h tregont roched ha tregont dilhad fresk.

13  Met ma ne c'hellit ket he displegań din, c'hwi a roio din tregont roched ha tregont dilhad fresk. Hag e lavarjont dezhań: Kinnig da zivinadell evit ma selaouimp.

14  Lavarout a reas dezho: Eus an debrer eo deuet boued, eus an hini kreńv eo deuet c'hwek! E-pad tri devezh ne c'helljont ket displegań an divinadell.

15  D'ar seizhvet deiz e lavarjont da wreg Samzun: Hoal da waz evit ma tisplego deomp an divinadell, anez da-se e tevimp ac'hanout, te ha ti da dad. Hor pedet hoc'h eus evit hon diwiskań, n'eo ket?

16  Gwreg Samzun a ouelas en e gichen o lavarout: A-dra-sur e kasaez ac'hanon ha ne'm c'harez ket! Daoust ha ne'c'h eus ket kinniget un divinadell da vibien va fobl? Ha ne'c'h eus ket displeget din! Lavarout a reas dezhi: Ne'm eus ket he displeget da'm zad ha da'm mamm, hag he displegfen dit?

17  Gouelań a rae evel-se en e gichen e-pad seizh deiz ar fest, ha d'ar seizhvet deiz e tisplegas dezhi, dre ma trubuilhe anezhań. Neuze hi a zisplegas an divinadell da vibien he fobl.

18  Tud kźr a lavaras dezhań d'ar seizhvet deiz, a-raok ma voe kuzhet an heol: Petra 'zo c'hwekoc'h eget mel, ha petra 'zo kreńvoc'h eget ul leon? Hag e lavaras dezho: Ma n'ho pije ket aret gant va annoar, n'ho pije ket kavet va divinadell.

19  Spered an AOTROU a grogas ennań, hag e tiskennas da Askalon, hag e lazhas eno tregont den, hag e kemeras o diwisk, hag e roas ar re fresk d'an dud o doa displeget an divinadell. E fulor en em danas, hag e pignas da di e dad.

20  Gwreg Samzun a voe roet d'e genseurt a oa mignon dezhań.

 

Pennad 15

Stourmoł Samzun a-enep ar Filistined

1  Un nebeud amzer goude, da vare eost an ed, Samzun a yeas da welout e wreg hag a gasas dezhi ur menn-gavr o lavarout: Mont a rin da gavout va gwreg en he c'hambr. Met he zad n'en lezas ket da vont e-barzh.

2  He zad a lavaras: Kredet em eus ez poa kasoni outi, dre-se em eus he roet da'z kenseurt. He c'hoar yaouankań, ha n'eo ket koantoc'h egeti? Ra vo dit en he lec'h.

3  Samzun a lavaras: Bremań e vin didamall e-keńver ar Filistined pa rin droug dezho.

4  Samzun a yeas eta hag a dapas tri c'hant louarn; kemer a reas ivez flambevioł, o zroas lost ouzh lost, hag e lakaas ur flambev etre daou lost, er c'hreiz.

5  Neuze e c'hwezhas an tan er flambevioł hag e laoskas al lern en ed ar Filistined. Evel-se e tevas kement a ed a oa feskennet hag a ed a oa war o gar, ha zoken gwini ha gwez-olivez.

6  Ar Filistined a lavaras: Piv en deus graet-se? Hag e voe respontet: Samzun mab-kaer an Timniad, rak en deus kemeret e wreg evit he reiń d'e genseurt. Ar Filistined a bignas hag he devas en tan, hi hag he zad.

7  Samzun a lavaras: Evel-se eo e rit-hu? Koulskoude ne baouezin ket, ken na'm bo veńjańs diouzhoc'h.

8  Hag e kannas anezho a-blad, ul lazhadeg bras a reas anezho. Neuze e tiskennas da chom e frailh roc'h Etam.

9  Ar Filistined a bignas hag a gampas e Juda, hag en em skuilhjont e Lehi (= karvan).

10  Tud Juda a lavaras: Perak oc'h pignet a-enep deomp? Hag e lavarjont: Pignet omp da eren Samzun, evit ober dezhań evel m'en deus graet deomp.

11  Tri mil den eus Juda a ziskennas da frailh roc'h Etam hag a lavaras da Samzun: Ha n'ouzout ket penaos ar Filistined a vestroni ac'hanomp? Perak ac'h eus graet-se deomp? Hag e respontas: Graet am eus dezho evel m'o deus graet din.

12  Lavarout a rejont dezhań: Diskennet omp da'z eren, evit da lakaat etre daouarn ar Filistined. Samzun a lavaras: Touit din na sailhot ket warnon.

13  Hag e respontjont o lavarout: Nann, ni a ereo ac'hanout start da'z lakaat etre o daouarn, met ne lazhimp ket ac'hanout. Hag ec'h erejont anezhań gant div gordenn nevez, hag e lakajont anezhań da zont er-maez eus ar roc'h.

14  Pa erruas da Lehi ar Filistined a laoskas kriadennoł a levenez en arbenn dezhań. Spered an AOTROU a grogas ennań, ar c'herdin a oa war e zivrec'h a zeuas da vezań evel lin devet en tan, hag e ereoł a gouezhas diwar e zaouarn.

15  O vezań kavet karvan un azen, fresk bev, ec'h astennas e zorn, he c'hemeras, hag e lazhas ganti mil den.

16  Samzun a lavaras: Gant ur garvan azen, ur bern ha daou vern, gant ur garvan azen, mil den am eus lazhet.

17  P'en doa echuet da gomz, e taolas ar garvan eus e zorn hag e c'halvas al lec'h-se: Ramad-Lehi (= krec'h ar garvan).

18  Ur sec'hed ruz en doa, hag e krias d'an AOTROU o lavarout: Roet ec'h eus da'z servijer an dieubidigezh vras-se, ha bremań e varvfen gant ar sec'hed, hag e kouezhfen etre daouarn an diamdroc'hidi?

19  Doue a faoutas ur c'hev a oa e Lehi, ha doureier a zeuas er-maez. Evań a reas, addont a reas e spered, hag ec'h advevas. Setu perak eo bet anvet al lec'h-se betek hiziv: En-Hakkore (= feunteun ar bedenn). E Lehi eo.

20  Hag e varnas Israel en amzer ar Filistined e-pad ugent vloaz.

 

Pennad 16

Samzun ha Dalila. Marv Samzun

1  Samzun a yeas da C'haza, hag e welas eno ur c'hast, hag ez eas d'he c'havout.

2  Lavaret e voe da re C'haza: Samzun a zo deuet amań. Kelc'hiań a rejont anezhań, hag en em zalc'hjont e spi a-enep dezhań e-pad an noz ouzh dor kźr, hag e chomjont didrouz e-pad an noz holl o lavarout: Da c'houloł-deiz e lazhimp anezhań.

3  Met Samzun a chomas kousket betek hanternoz. War-dro hanternoz e savas, hag e krogas e stalafioł dor kźr hag en daou beul, hag o zennas gant ar prenn, hag o lakaas war e zivskoaz, hag o dougas betek lein ar menez a zo a-dal da Hebron.

4  Goude-se e karas ur vaouez e traonienn Sorek, hec'h anv Dalila.

5  Prińsed ar Filistined a bignas d'he c'havout hag a lavaras dezhi: Hoal anezhań, anavez dioutań a-belec'h e teu e nerzh bras ha penaos e c'hellfemp e drec'hiń, evit ma c'hellimp e eren hag e vestroniań. Pep hini ac'hanomp a roio dit kant dek pezh arc'hant.

6  Dalila a lavaras da Samzun: Lavar din a-belec'h e teu da nerzh bras ha gant petra e vefe ret da eren evit da vestroniań.

7  Samzun a lavaras: Ma vefen ereet gant seizh kordenn fresk n'int ket c'hoazh sec'h, e teufen da vezań dinerzh hag e vefen evel un den all.

8  Prińsed ar Filistined a zegaset da Zalila seizh kordenn fresk na oant ket sec'h, hag hi a ereas anezhań.

9  Tud a oa oc'h en em zerc'hel e spi en ur gambr eus he zi, hag hi a lavaras: Ar Filistined 'zo warnout, Samzun! Hag e torras ar c'herdin evel neud stoub pa sant an tan, ha n'anavezjont ket a-belec'h e teue e nerzh.

10  Dalila a lavaras da Samzun: Setu, ec'h eus graet goap ouzhin, hag ec'h eus lavaret din gevier. Lavar din gant petra e vefe ret da eren.

11  Lavarout a reas dezhi: Ma vefen ereet gant kerdin nevez n'o deus biskoazh servijet, e teufen da vezań dinerzh hag e vefen evel un den all.

12  Dalila a gemeras kerdin nevez hag a ereas anezhań, hag e lavaras dezhań: Ar Filistined 'zo warnout, Samzun! Tud oa oc'h en em zerc'hel e spi er gambr. Met e torras ar c'herdin diwar e zivrec'h evel un neudenn.

13  Dalila a lavaras da Samzun: Betek vremań ec'h eus graet goap ouzhin hag ec'h eus lavaret din gevier. Lavar din gant petra e vefe ret da eren. Lavarout a reas dezhi: Ma wiadfes seizh plezh eus va fenn gant ar steuńvenn.

14  Hi o stagas gant un ibil, hag e lavaras dezhań: Ar Filistined 'zo warnout, Samzun! Neuze e tihunas eus e gousk, hag e tennas an ibil eus ar wiadenn gant ar steuńvenn.

15  Hi a lavaras dezhań: Penaos e c'hellez lavarout: Me a gar ac'hanout? N'emań ket da galon ganin! Teir gwech ec'h eus graet goap ouzhin, ha n'ec'h eus ket lavaret din a-belec'h e teu da nerzh bras.

16  Hag e trubuilhe anezhań bemdez dre he c'homzoł, hag e waske anezhań, en hevelep doare ma teue e ene da vezań glac'haret betek ar marv.

17  Neuze e tigoras dezhi e holl galon hag e lavaras: An aotenn n'eo biskoazh tremenet war va fenn, rak un Nazeread a Zoue ez on adalek kof va mamm. Ma vefen touzet, an nerzh va dilezfe, e teufen da vezań dinerzh hag e vefen evel un den all.

18  O welout en doa digoret dezhi e holl galon, Dalila a gasas da c'hervel prińsed ar Filistined hag a lavaras dezho: Deuit ar wech-mań, rak digoret en deus din e holl galon. Prińsed ar Filistined a bignas d'he c'havout hag a zegasas arc'hant en o daouarn.

19  Hi a lakaas anezhań da gousket war he barlenn, hag e c'halvas un den a douzas ar seizh plezh eus e benn. Kregiń a reas d'e vestroniań, hag e nerzh en dilezas.

20  Neuze e lavaras dezhań: Ar Filistined 'zo warnout, Samzun! Hag e tihunas eus e gousk o lavarout: Tec'hout a rin evel ar gwechoł all, hag en em zieubin. Met ne ouie ket e oa pellaet an AOTROU dioutań.

21  Ar Filistined a grogas ennań, hag e toulljont e zaoulagad, hag e tiskennjont anezhań da C'haza; ereet e voe gant chadennoł arem. Treiń a rae ar maen-milin en toull-bac'h.

22  Koulskoude blev e benn a grogas da greskiń goude bezań bet touzet.

23  Prińsed ar Filistined en em zastumas evit kinnig un aberzh bras d'o doue Dagon hag evit en em laouenaat. Lavarout a rejont: Hon doue en deus lakaet etre hon daouarn Samzun hon enebour.

24  Ar bobl a welas anezhań hag a veulas o doue o lavarout: Hon doue en deus lakaet etre hon daouarn hon enebour, distrujer hor bro, an hini en deus lazhet kement ac'hanomp.

25  Evel ma oa laouen o c'halon, e lavarjont: Galvit Samzun ha ma c'hoario dirazomp. Gervel a rejont eta Samzun hag e tennjont anezhań eus an toull-bac'h, hag e c'hoarias dirazo. Lakaet eo bet etre ar pileroł.

26  Samzun a lavaras d'ar paotr a zalc'he anezhań gant e zorn: Va laka, gra din stekiń ouzh ar pileroł a zo o skorań an ti, evit ma en em harpin outo.

27  An ti a oa leun a baotred hag a verc'hed, hag holl brińsed ar Filistined a oa eno. Bez' e oa zoken war an doenn tost da dri mil den, paotred ha merc'hed, a selle ouzh Samzun o c'hoari.

28  Samzun a bedas an AOTROU hag a lavaras: Aotrou AOTROU, da pediń a ran, az pez sońj ac'hanon! O Doue, ro din nerzh, ar wech-mań hepken, ha ma tennin veńjańs eus ar Filistined evit koll va daoulagad.

29  Samzun a vriatas daou biler ar c'hreiz, ma oa o harpań an ti warno, hag e pouezas warno, unan a oa a-zehou hag egile a-gleiz dezhań.

30  Hag e lavaras: Ra varvin gant ar Filistined! Neuze en em astennas eus e holl nerzh, hag an ti a gouezhas war ar brińsed ha war an holl bobl a oa ennań. Hag e lakaas da vervel muioc'h a dud en e varv eget m'en doa lazhet e-pad e vuhez.

31  E vreudeur hag holl di e dad a ziskennas hag e gasas ganto. O vezań adpignet, e sebeilhjont anezhań etre Zora hag Eshtaol, e bez Manoa e dad. Barnet en doa Israel ugent vloaz.

 

Pennad 17

Idolerezh e ti Mika

1  Bez' e oa un den eus menez Efraim, e anv Mika,

2  a lavaras d'e vamm: Ar mil kant pezh arc'hant a oa bet tapet dit, hag az poa distaget mallozhioł war o divout zoken ouzh va divskouarn, setu an arc'hant-se a zo etre va daouarn, me eo en doa e dapet. Neuze e vamm a lavaras: Ra vo benniget va mab gant an AOTROU.

3  Hag e roas en-dro d'e vamm ar mil kant pezh arc'hant. E vamm a lavaras: Santelaet em eus an arc'hant-se d'an AOTROU eus va dorn evit va mab, evit ma vo graet ur skeudenn gizellet hag ur skeudenn deuzet; evel-se en roin dit en-dro.

4  Hemań a roas an arc'hant en-dro d'e vamm, a gemeras daou c'hant pezh hag o roas d'an teuzer, a reas diouto ur skeudenn gizellet hag ur skeudenn deuzet. Hag e voent e ti Mika.

5  Hemań, Mika, en doa un ti doueoł; ober a reas un efod ha terafim, hag e kensakras unan eus e vibien evel aberzhour dezhań.

6  En amzer-se ne oa roue ebet en Israel, pep hini a rae evel ma kave reizh.

7  Bez' e oa un den yaouank e Betlehem Juda, eus kerentiezh Juda, a oa Leviad hag a oa o chom eno.

8  Ar paotr-mań a yeas kuit eus kźr Vetlehem Juda, evit mont da chom el lec'h ma kavfe mat. O vont gant e hent, e teuas da venez Efraim betek ti Mika.

9  Mika a lavaras dezhań: A-belec'h e teuez? Hag e lavaras: Me 'zo Leviad, eus Betlehem Juda, hag ez an da da chom el lec'h ma kavin mat.

10  Mika a lavaras: Chom ganin, bez evidon un tad hag un aberzhour, hag e roin dit dek pezh arc'hant, da zilhad ha da vevańs. Al Leviad yeas tre.

11  Al Leviad a lakaas en e benn chom gant an den, hag ar paotr yaouank-se a voe dezhań evel unan eus e vibien.

12  Mika a gensakras al Leviad, hag ar paotr yaouank-se a zeuas da vezań e aberzhour. Chom a reas e ti Mika.

13  Mika a lavaras: Bremań ec'h ouzon e raio an AOTROU vad din, pa em eus al Leviad-mań da aberzhour.

 

Pennad 18

Kźr Laish tapet gant Dan

1  En amzer-se ne oa roue ebet en Israel, hag en amzer-se e klaske meuriad Dan kaout un hźrezh evito da chom enni, rak betek-henn ne oa degouezhet hźrezh ebet dezho e-touez meuriadoł Israel.

2  Mibien Dan a gasas pemp den eus o c'herentiezhioł, kemeret en o c'hreiz, tud kadarn eus Zorea hag Eshtaol, evit spiań ar vro hag hec'h anavezout. Hag e lavarjont dezho: Kit da anavezout ar vro. Dont a rejont da venez Efraim betek ti Mika, hag e tremenjont an noz eno.

3  Pa voent e-kichen ti Mika, ec'h anavezjont mouezh al Leviad yaouank. O vezań tostaet ouzh an ti-se, e lavarjont dezhań: Piv en deus da zegaset amań? Petra a rez amań? Petra ac'h eus amań?

4  Lavarout a reas: Mika a ra evidon an dra-mań hag an dra-hont, reiń a ra din ur gopr, hag ez on e aberzhour.

5  Lavarout a rejont: Goulenn digant Doue, evit ma ouezimp hag e vo eürus an hent emaomp o vont gantań.

6  An aberzhour a lavaras dezho: It e peoc'h! An AOTROU en deus dirak e zaoulagad an hent emaoc'h o vont gantań.

7  Ar pemp den a yeas, hag ec'h errujont da Laish. Gwelout a rejont penaos ar bobl a oa o chom e surentez eno, e doare ar Sidoniz, sioul ha fizius, hep den ebet oc'h ober poan dezho e tra ebet. Pell e oant diouzh ar Sidoniz, ha n'o doa ket a zarempredoł gant tud all.

8  Hag e tistrojont da gavout o breudeur, da Zorea ha da Eshtaol. O breudeur a lavaras dezho: Petra nevez?

9  Hag e lavarjont: Deomp, pignomp a-enep dezho! Rak gwelet hon eus ar vro, ha setu, gwall-vat eo. Ha petra, c'hwi a chom hep lavarout netra! Na vezit ket didalvez da vont evit perc'hennań ar vro-se!

10  Pa'z eot, ec'h erruot e-tal ur bobl a zo o chom e surentez, hag ur vro a zo frank. Doue en deus e lakaet etre ho taouarn. Ul lec'h eo na vank netra eus an traoł a zo war an douar.

11  C'hwec'h kant den eus kerentiezh Dan, harnezet gant armoł-brezel, a yeas ac'hane, eus Zorea hag Eshtaol.

12  Pignat a rejont hag e kampjont e Kirjad-Jearim, e Juda; setu perak al lec'h-se a zo bet anvet Makane-Dan (= kamp Dan) betek hiziv. Emań a-dreńv Kirjad-Jearim.

13  Ac'hane e tremenjont da venez Efraim, hag en em gavjont e ti Mika.

14  Neuze ar pemp den a oa aet evit spiań bro Laish a gomzas, o lavarout d'o breudeur: Hag e ouzoc'h ez eus en tiez-mań un efod ha terafim, ur skeudenn gizellet hag ur skeudenn deuzet? Gwelit eta bremań ar pezh hoc'h eus d'ober.

15  Tostaat a rejont hag ez ejont e ti al Leviad yaouank, e ti Mika, hag e saludjont anezhań.

16  Ar c'hwec'h kant den eus kerentiezh Dan, harnezet gant armoł-brezel, en em zalc'has ouzh toull an nor,

17  hag ar pemp den a oa aet evit spiań ar vro a bignas hag a yeas tre, hag e tapjont ar skeudenn gizellet, an efod, an terafim hag ar skeudenn deuzet, e-pad ma oa an aberzhour ouzh toull an nor gant ar c'hwec'h kant den harnezet a armoł-brezel.

18  O vezań aet e ti Mika, e tapjont ar skeudenn gizellet, an efod, an terafim hag ar skeudenn deuzet, hag an aberzhour a lavaras dezho: Petra a rit?

19  Lavarout a rejont dezhań: Ro peoc'h ha laka da zorn war da c'henoł! Deus ganeomp, ha bez evidomp un tad hag un aberzhour. Ha gwelloc'h eo dit bezań aberzhour e ti un den hepken, pe bezań aberzhour ur meuriad hag ur gerentiezh en Israel?

20  An aberzhour en doe levenez en e galon, kemer a reas an efod, an terafim hag ar skeudenn gizellet, hag ez eas e-kreiz ar bobl.

21  Hag en em lakajont en hent en-dro, o lakaat ar vugale, al loened hag ar pakadoł a-raok dezho.

22  Pa voent pell diouzh ti Mika, an dud a oa en tiez nesań da hini Mika en em zastumas gant kriadennoł bras hag a redas war-lerc'h mibien Dan.

23  Hag e krijont war-lerc'h mibien Dan, hag ar re-mań, o treiń o dremmoł, a lavaras da Vika: Petra 'zo, ma kriez evel-se?

24  Lavarout a reas: Tapet hoc'h eus va doueoł am boa graet, kenkoulz hag an aberzhour, hag oc'h aet kuit. Petra a chom ganin? Penaos e lavarit din: Petra 'zo ganit?

25  Mibien Dan a lavaras dezhań: Na ro ket da glevout da vouezh deomp, gant aon n'en em daolfe warnoc'h tud fuloret, ha na gollfec'h aze ho puhez, te ha da diegezh.

26  Mibien Dan a gendalc'has gant o hent, ha Mika o welout e oant kreńvoc'h egetań, a droas e zremm hag a zistroas d'ar gźr.

27  Evel-se, o vezań tapet an traoł en doa graet Mika hag an aberzhour en doa, ec'h errujont war Laish, war ur bobl sioul ha fizius. Hag o lazhjont gant barvenn ar c'hleze, hag e tevjont kźr en tan.

28  Ne voe den hag he dieubas, rak pell e oa diouzh Sidon ha n'he doa ket a zarempredoł gant tud all. Bez' e oa en draonienn en em astenn war-zu Bet-Reob. Hag ec'h adsavjont kźr, hag e chomjont enni.

29  Anvet e voe kźr: Dan, hervez anv Dan o zad, a oa bet ganet en Israel. Met anv ar gźr diagent a oa Laish.

30  Mibien Dan a savas ar skeudenn gizellet, ha Jonatan mab Gershom, mab Manase, eń hag e vibien, a voe aberzhourien evit meuriad Dan, betek deiz harlu ar vro.

31  Lakaat a rejont evito ar skeudenn gizellet en doa graet Mika, e-keit ha ma voe ti Doue e Silo.

 

Pennad 19

Feulster ouzh gwreg ul Leviad e Gibea

1  En amzer-se ne oa roue ebet en Israel. Ul Leviad hag a oa o chom e menez Efraim don, a gemeras da serc'h ur plac'h eus Betlehem Juda.

2  Met e serc'h en em roas d'ar gasterezh hag a yeas digantań da di e zad, da Vetlehem Juda. Chom a reas eno war-dro pevar miz.

3  He den a savas hag a yeas d'he c'havout, evit komz ouzh he c'halon hag he degas gantań. E servijer a oa gantań, ha daou azen. Hi a lakaas anezhań da zont e ti he zad, ha tad ar plac'h yaouank, o welout anezhań, en degemeras gant levenez.

4  E dad-kaer, tad ar wreg yaouank, en dalc'has, hag e chomas gantań tri deiz. Debriń hag evań a rejont, hag e chomjont eno.

5  D'ar pevare deiz e savas abred diouzh ar beure evit mont kuit. Tad ar plac'h yaouank a lavaras d'e vab-kaer: Kemer un tamm bara da nerzhań da galon, hag ez eot kuit.

6  Azezań a rejont eta hag e tebrjont o-daou, hag ec'h evjont, ha tad ar plac'h yaouank a lavaras d'an den: Mar fell dit tremen an noz, da galon a vo laouen.

7  Evel ma save an den evit mont kuit, e dad-kaer a zalc'has kement warnań, ma chomas c'hoazh eno.

8  D'ar pempvet deiz e savas abred diouzh ar beure evit mont kuit. Tad ar plac'h yaouank a lavaras: Nerzh da galon. Ha daleań a rejont betek an abardaez, hag e tebrjont o-daou.

9  An den a savas evit mont kuit, eń gant e serc'h hag e servijer. E dad-kaer, tad ar plac'h yaouank, a lavaras dezhań: Setu bremań e tiskenn an deiz, an noz a dosta, tremenit amań an noz; echu e vo an devezh, chom amań, ma vo laouen da galon; warc'hoazh e savot abred da vont kuit, hag ez i da'z teltenn.

10  Met an den ne fellas ket dezhań tremen an noz, sevel a reas hag ez eas, hag e teuas betek a-dal da Jebuz, hag a zo Jeruzalem, gant e zaou azen karget, hag e serc'h a oa gantań.

11  Pa voent e-kichen Jebuz, an deiz a oa diskennet kaer, hag ar servijer a lavaras d'e vestr: Deomp, greomp un distro d'ar gźr-se eus ar Jebuziz, ha tremenomp an noz enni.

12  E vestr a lavaras dezhań: Ne raimp ket un distro d'ur gźr estren, e-lec'h ma n'eus mab Israel ebet, met ez aimp betek Gibea.

13  Lavarout a reas c'hoazh d'e servijer: Deomp ha tostaomp ouzh unan eus al lec'hioł-se: Gibea pe Rama.

14  Tremen a rejont eta pelloc'h war-raok hag e kerzhjont, hag an heol a yae da guzh pa oant tost ouzh Gibea Benjamin.

15  Neuze e rejomp un distro da C'hibea, evit mont enni ha tremen an noz. Mont a rejont enni hag en em zalc'hjont war al leur-gźr, rak ne voe den o degemeras en e di evit tremen an noz.

16  Ha setu diouzh an noz, un den kozh a zistroe eus e labour, eus ar parkeier; bez' e oa eus menez Efraim hag e chome e Gibea. Met tud al lec'h-se a oa Benjaminiz.

17  O sevel e zaoulagad, e welas ar beajour-se war al leur-gźr. An den kozh a lavaras: Pelec'h emaout o vont, hag a-belec'h e teuez?

18  Lavarout a reas: Mont a reomp eus Betlehem Juda betek menez Efraim don, a-belec'h ez on. Aet on da Vetlehem Juda hag ez an da di an AOTROU, ha n'eus den hag am degemerfe en e di;

19  plouz ha boued hon eus evit hon ezen, bara ha gwin evidon hag evit da vatezh hag evit ar paotr a zo gant da servijerien. Ne vank netra deomp.

20  An den kozh a lavaras: Ar peoc'h ra vo ganit! Me a gemer ar garg eus da holl ezhommoł, met ne dremeni ket an noz war al leur.

21  Neuze e lakaas anezhań da vont en e di hag e roas da zebriń d'e ezen. Gwalc'hiń a rejont ivez o zreid, hag e tebrjont hag ec’h evjont.

22  Evel ma laouenae o c'halon, setu tud kźr, mibien an droug, a gelc'hias an ti, a skoas war an nor, hag a gomzas ouzh an den kozh, mestr an ti, o lavarout: Laka da zont er-maez an den a zo aet ez ti, evit ma'c'h anavezimp anezhań.

23  An den, mestr an ti, a yeas er-maez d'o c'havout hag a lavaras dezho: Nann, va breudeur, na rit ket an droug me ho ped, pa'z eo deuet an den-se em zi, na rit ket ar fallagriezh-se.

24  Setu em eus ur verc'h gwerc'h, hag hemań en deus ur serc'h, o degasin deoc'h er-maez hag e kwallot anezho hag e reot outo ar pezh a blijo ganeoc'h, met na rit ket war an den-mań un dra ken fallakr.

25  Met an dud-se ne fellas ket dezho e selaou. An den a gemeras hag a zegasas dezho e serc'h, hag ec'h anavezjont anezhi hag e troukc’hrejont outi e-pad an noz betek ar mintin, ha da c'houloł-deiz e kasjont anezhi kuit.

26  Evel ma tostae an deiz ar vaouez a zeuas da gouezhań ouzh dor ti an den, e-lec'h ma oa he fried, hag e chomas eno betek an deiz.

27  Ha diouzh ar vintin he fried a savas hag a zigoras dorojoł an ti da vont er-maez evit kenderc'hel gant e hent. Ha setu ar vaouez, e serc'h, a oa astennet ouzh dor an ti, he daouarn war an treuzoł.

28  Lavarout a reas dezhi: Sav ha deomp! Met ne respontas ket. Neuze an den a sammas anezhi war e azen, en em lakaas en hent, hag e tistroas d'e lec'h.

29  O vezań erruet er gźr, e kemeras ur gontell, e krogas en e serc'h, hag e troc'has anezhi ezel dre ezel gant an eskern e daouzek tamm, a gasas en holl douar Israel.

30  Hag e lavaras an holl re a welas kement-se: N'eus ket bet graet na gwelet kemend-all abaoe an deiz ma pignas mibien Israel eus bro Ejipt betek hiziv. Taolit evezh ouzh kement-mań, goulennit kuzul ha komzit.

 

Pennad 20

Brezel a-enep Benjamin

1  Neuze holl vibien Israel a zeuas er-maez, adalek Dan betek Beer-Sheba ha betek bro C'halaad, hag ar vodadenn en em zastumas evel un den hepken dirak an AOTROU e Mizpa.

2  Pennoł an holl bobl hag an holl veuriadoł Israel en em gavas e bodadenn pobl Doue, pevar c'hant mil den war droad o tougen ar c'hleze.

3  Mibien Benjamin a glevas e oa pignet mibien Israel da Vizpa. Mibien Israel a lavaras: Komzit, penaos eo bet graet an torfed-se?

4  Al Leviad, pried ar wreg a oa bet lazhet, a respontas o lavarout: Aet on da C'hibea Benjamin, me ha va serc'h, evit tremen an noz.

5  Tud Gibea a zo en em savet a-enep din, kelc'hiet o deus en noz an ti ma oan ennań, o fellout va lazhań, gwallet o deus va serc'h, hag eo marvet.

6  Kroget em eus em serc'h, he lakaet a-dammoł, ha kaset em eus anezho dre holl e douaroł hźrezh Israel, rak graet o deus un torfed hag ur fallagriezh en Israel.

7  Setu c'hwi holl, mibien Israel: goulennit kuzul ha roit hoc'h ali amań.

8  Hag an holl bobl a savas evel un den hepken o lavarout: Den ac'hanomp ned aio d'e deltenn, ha den n'en em denno en e di,

9  met setu an dra a raimp da C'hibea: kerzhout a raimp a-enep dezhi dre ar sord.

10  Kemer a raimp dek den war gant a-douez holl veuriadoł Israel, kant war vil ha mil war zek mil, a yelo da gerc'hat pourvezioł evit ar bobl, ha pa vint erruet, e vo graet da C'hibea Benjamin hervez ar fallagriezh he deus graet en Israel.

11  Hag holl dud Israel en em zastumas a-enep ar gźr-se, evel un den hepken.

12  Meuriadoł Israel a gasas tud da holl veuriad Benjamin evit lavarout: Petra eo an torfed a zo bet graet en ho touez?

13  Roit deomp bremań an dud fall-se a zo e Gibea, evit ma lakaimp anezho d'ar marv ha ma lamimp an droug diouzh Israel. Met Benjamin ne fellas ket dezhań selaou mouezh e vreudeur, mibien Israel.

14  Mibien Benjamin a zeuas er-maez eus o c'hźr, hag en em zastumjont e Gibea evit en em gannań a-enep mibien Israel.

15  En deiz-se e voe graet an niveradeg eus mibien Benjamin deuet eus ar c'hźrioł, c'hwec'h mil den warn-ugent o tougen ar c'hleze, hep kontań tud Gibea, a voe graet an niveradeg anezho ivez, seizh kant den eus an dibab.

16  E-touez an holl bobl-se e oa seizh kant den eus an dibab n'en em servijent ket eus o dorn dehou. Pep hini anezho a c'helle tizhout ur vlevenn en ur stlepel ur maen, ha n'he manke ket.

17  Graet e voe ivez an niveradeg eus tud Israel, hep kontań re Venjamin, pevar c'hant mil den o tougen ar c'hleze, holl anezho tud a vrezel.

18  Mibien Israel a yeas hag a bignas da Vetel da c'houlenn kuzul digant Doue o lavarout: Piv ac'hanomp a bigno da gentań evit ar brezel a-enep mibien Benjamin? Hag an AOTROU a lavaras: Juda a bigno da gentań.

19  Mibien Israel a savas abred diouzh ar beure, hag e kampjont e-kichen Gibea.

20  Tud Israel a yeas d'an emgann a-enep Benjamin, ha tud Israel en em renkas e linenn a-enep dezho e-kichen Gibea.

21  Mibien Benjamin a zeuas er-maez eus Gibea, hag en deiz-se ec'h astennjont d'an douar daou vil den warn-ugent eus Israel.

22  Ha pobl tud Israel a adkemeras kalon, hag en em renkjont e linenn adarre el lec'h ma oant en em renket en deiz kentań.

23  Mibien Israel o devoa pignet ha gouelet dirak an AOTROU betek an noz, ha goulennet kuzul o doa digant an AOTROU o lavarout: Hag e tostaimp c'hoazh d'an emgann a-enep mibien Benjamin va breudeur? Hag an AOTROU en doa lavaret: Pignit a-enep dezhań.

24  Mibien Israel a dostaas a-enep mibien Benjamin an deiz war-lerc'h.

25  Benjamin a zeuas ivez a-enep dezho eus Gibea an eilvet deiz-se, hag ec'h astennjont c'hoazh d'an douar triwec'h mil den eus mibien Israel, a zouge ar c'hleze.

26  Neuze holl vibien Israel hag an holl bobl a bignas hag a zeuas da Vetel, gouelań a rejont eno hag en em zalc'hjont dirak an AOTROU, hag e yunjont an deiz-se betek an noz, hag e kinnigjont loskaberzhoł hag aberzhoł a drugarekadennoł dirak an AOTROU.

27  Mibien Israel a c'houlennjont kuzul digant an AOTROU. Arc'h Emglev Doue a oa eno en deizioł-se,

28  ha Fineaz mab Eleazar mab Aaron en em zalc'he dirak an AOTROU en deizioł-se. Hag e lavarjont: Hag ez in c'hoazh d'an emgann a-enep mibien Benjamin va breudeur, pe e tlean en em virout? Hag an AOTROU a lavaras: Pignit, rak warc'hoazh me o lakaio etre ho taouarn.

29  Israel a lakaas tud oc'h en em zerc'hel e spi en-dro da C'hibea.

30  Mibien Israel a bignas a-enep mibien Benjamin an trede deiz, hag en em renkjont e linenn adarre evel ar gwechoł all.

31  Mibien Benjamin a zeuas er-maez war arbenn d'ar bobl, hag e voent tennet pell diouzh kźr. Hag en em lakajont da skeiń hiniennoł eus ar bobl evel ar gwechoł all, hag e voe gloazet d'ar marv war-dro tregont den eus Israel war an hentoł, an hini a ya da Vetel hag an hini a ya da C'hibea dre ar maez.

32  Mibien Benjamin a lavaras: Kouezhań a reomp dirazomp evel er wech kentań. Met mibien Israel a lavare: Tec'homp ha tennomp anezho pell diouzh kźr, war an hentoł.

33  Holl dud Israel a savas eus al lec'h ma oant, hag en em renkjont e Baal-Tamar. Tud Israel lakaet e spi a ziflukas eus al lec'h ma oant, eus prad Gibea.

34  Dek mil den eus an dibab a-douez Israel holl a zeuas a-enep Gibea, hag an emgann a voe garv. Re Venjamin ne weljont ket ar gwalleur a gouezhe warno.

35  An AOTROU a bilas Benjamin dirak Israel, hag en deiz-se ec'h astennjont d'an douar mibien Israel pemp mil warn-ugent ha kant den eus Benjamin, holl anezho o tougen ar c'hleze.

36  Mibien Benjamin o doa kredet e oa pilet tud Israel, rak kilet o doa dirak re Venjamin; met int a fizie en dud lakaet e spi en-dro da C'hibea.

37  Ar re lakaet e spi a hastas en em deurel war C'hibea, hag ar re lakaet e spi a gerzhas hag a skoas war holl c'hźr gant troc'h ar c'hleze.

38  Tud Israel o doa roet evit arouez d'ar re lakaet e spi, ma rafent sevel eus kźr ur vogedenn dev.

39  Tud Israel a oa en em dennet eus an emgann, ha Benjamin a oa en em lakaet da skeiń ha da gloazań d'ar marv war-dro tregont den eus Israel, hag e lavarent: A-dra-sur e kouezhont dirazomp evel en emgann kentań.

40  Met pa savas ur golonenn voged eus kźr, re Venjamin a sellas war o lerc'h, ha setu e oa aet kźr a-bezh etrezek an neńv.

41  Ha tud Israel a zeuas en-dro, ha tud Benjamin a voe spouronet o welout ar c'holl a yae d'o zapout.

42  Treiń a rejont dirak tud Israel etrezek hent an distro. Met an emgann a stagas outo, ha re ar c'hźrioł a voe lazhet war al lec'h.

43  Kelc'hiań a rejont Benjamin, o redek war o lerc'h hep paouez, hag o mac'hjont betek an tu all da C'hibea, ouzh ar sav-heol.

44  Kouezhań a reas triwec'h mil den eus Benjamin, holl anezho tud kadarn.

45  Skrapat a rejont war an hent pemp mil den eus ar re o doa distroet evit tec'hout etrezek an distro, war-zu roc'h Rimmon, ha redek a rejont war o lerc'h betek Gideom, hag e lazhjont daou vil den anezho.

46  An holl re eus Benjamin a gouezhas en deiz-se a voe eta pemp mil den warn-ugent, holl anezho o tougen ar c'hleze ha tud kadarn.

47  Hag e voe c'hwec'h kant den eus ar re o doa distroet evit tec'hout etrezek an distro, war-zu roc'h Rimmon, a chomas e roc'h Rimmon e-pad pevar miz.

48  Tud Israel a zeuas en-dro etrezek mibien Benjamin, a skoas warno gant troc'h ar c'hleze, ken an dud eus kźr, ken al loened ha kement a gavent. Hag e tevjont ivez an holl gźrioł a gavjont.

 

Pennad 21

Meuriad Benjamin adsavet

1  Tud Israel o doa touet e Mizpa o lavarout: Den ac'hanomp ne roio e verc'h da wreg da Venjamin.

2  Ar bobl a zeuas da Vetel, hag e chomjont eno betek an noz dirak Doue. Sevel a rejont o mouezh o ouelań dourek

3  hag o lavarout: O AOTROU Doue Israel, perak eo c'hoarvezet kement-se en Israel, ma'z eo diank hiziv ur meuriad en Israel?

4  An deiz war-lerc'h, ar bobl a savas beure mat hag a reas eno un aoter, hag e kinnigjont loskaberzhoł hag aberzhoł a drugarekadennoł.

5  Mibien Israel a lavaras: Piv n'eo ket pignet d'ar vodadenn dirak an AOTROU a-douez holl veuriadoł Israel? Rak graet e voe ul le bras a-enep an hini na vefe ket pignet da Vizpa dirak an AOTROU o lavarout: Lakaet e vo d'ar marv.

6  Mibien Israel o doa keuz d'ar pezh a oa c'hoarvezet gant Benjamin o breur, hag e lavarent: Hiziv ur meuriad a zo bet lamet eus Israel.

7  Petra a raimp d'ar re a zo manet evit reiń dezho gwragez, pa hon eus touet dre an AOTROU na rojemp ket dezho hor merc'hed da wragez?

8  Hag e lavarjont: Pehini a-douez meuriadoł Israel n'eo ket pignet dirak an AOTROU da Vizpa? Ha setu den ebet eus Jabez e Galaad ne oa deuet d'ar c'hamp, d'ar vodadenn.

9  Pa voe graet niveradeg ar bobl, ne voe den ebet eus annezidi Jabez e Galaad.

10  Neuze ar vodadenn a gasas di daouzek mil den eus ar re gadarnań, en ur reiń an urzh-mań dezho: It ha skoit gant troc'h ar c'hleze war annezidi Jabez e Galaad, gwragez ha bugale.

11  Setu ar pezh a reot: Lakaat a reot da verz pep gwaz ha pep maouez he deus kousket gant ur gwaz.

12  Hag e kavjont e-touez annezidi Jabez e Galaad pevar c'hant gwerc'h yaouank n'o doa anavezet den ha n'o doa kousket gant gwaz ebet, hag o degasjont d'ar c'hamp, da Silo a zo e bro Ganaan.

13  An holl vodadenn a gasas da gomz ouzh vibien Benjamin a oa e roc'h Rimmon, hag e voe kinniget dezho ar peoc'h.

14  En amzer-se e tistroas Benjamin, hag e voe roet dezho ar merc'hed a oa chomet bev e-touez merc'hed Jabez e Galaad, met ne oa ket a-walc'h anezho.

15  Ar bobl he doa keuz d'ar pezh a oa c'hoarvezet gant Benjamin, rak an AOTROU en doa graet ur freuz e meuriadoł Israel.

16  Henaourien ar vodadenn a lavaras: Petra a raimp d'ar re a zo manet evit reiń dezho gwragez, pa'z eo bet distrujet merc'hed Benjamin?

17  Hag e lavarjont: Re Venjamin a zo en em dennet a berc'henno o hźrezh, evit na vo ket lamet ur meuriad eus Israel.

18  Koulskoude ne c'hellomp ket reiń dezho gwragez diouzh hor merc'hed, rak mibien Israel o deus touet o lavarout: Ra vo milliget an hini a roio ur wreg da Venjamin!

19  Hag e lavarjont: Setu, bez' ez eus bep bloaz ur gouel d'an AOTROU e Silo, ouzh hanternoz Betel, er sav-heol eus an hent a bign eus Betel da Sichem, hag e kreisteiz Lebona.

20  Hag e rojont an urzh-mań da vibien Benjamin o lavarout: It d'en em lakaat e spi er gwini,

21  ha pa welot merc'hed Silo o tont er-maez evit dańsal ha korolliń, neuze ez eot eus ar gwini hag e skrapot evit pep hini ac'hanoc'h ur wreg a-douez merc'hed Silo, hag ez eot da vro Venjamin.

22  Ha pa zeuio o zadoł pe o breudeur da glemm d'hor c'hichen, e lavarimp dezho: Ho pet truez outo dre garantez evidomp, rak n'hon eus ket tapet ur wreg da bep hini anezho er brezel-se; n'eo ket c'hwi ho po o roet dezho, mod-all e vefec'h kablus.

23  Mibien Benjamin a reas evel-se hag a gemeras gwragez hervez o niver, a-douez an dańserezed o devoa tapet. Hag ez ejont kuit hag e tistrojont d'o hźrezh, hag ec'h adsavjont kźrioł hag e chomjont enno.

24  En amzer-se ez eas en-dro mibien Israel, pep hini d'e veuriad, pep hini d'e diegezh. Mont a reas kuit alese pep hini d'e hźrezh.

25  En amzer-se ne oa roue ebet en Israel, pep hini a rae evel ma kave reizh.