LEVR AR PROFED

DANIEL

 

Pennad 1

1  D'an trede bloaz eus Jojakim roue Juda, e pignas Nebukadnezar roue Babilon a-enep Jeruzalem hag e reas seziz en-dro dezhi.

2  An AOTROU a lakaas etre e zaouarn Jojakim roue Juda ha darn eus listri ti Doue, a gasas da vro Shinear, da di e zoue. Lakaat a reas al listri-mań e ti teńzor e zoue.

3  Ar roue a c'hourc'hemennas da Ashpenaz, penn e spazhidi, degas dezhań, a-douez mibien Israel a ouenn roueel pe a uhelouenn,

4  paotred disi, kaer, desket e pep furnez, o kaout gouiziegezh ha meiz er skiantoł, gouest d'en em zerc'hel e palez ar roue, evit bezań desket e lennegezh ha yezh ar Galdeiz.

5  Ar roue a roas dezho ul lodenn bemdeziek eus meuzioł ar roue hag eus ar gwin a eve, evit ma vefent desavet e-pad tri bloaz, ha ma en em zalc'hfent dirak ar roue goude-se.

6  Hag e oa en o zouez mibien Juda: Daniel, Hanania, Mishael hag Azaria.

7  Penn ar spazhidi a roas anvioł all dezho. Ober a reas eus Daniel: Beltshazar, eus Hanania: Shadrak, eus Mishael: Meshak, hag eus Azaria: Abed-Nego.

8  Daniel a sońjas en e galon n'en em saotrfe ket gant meuzioł ar roue na gant ar gwin a eve, hag e c'houlennas digant penn ar spazhidi da lezel anezhań hep en em saotrań.

9  Doue a lakaas Daniel da gavout trugarez ha gras dirak penn ar spazhidi.

10  Penn ar spazhidi a lavaras da Zaniel: Aon am eus rak ar roue va mestr, rak urzhiet en deus ar pezh a zebrot hag ar pezh a evot. Perak eta e welfe ho tremmoł morlivet muioc'h eget re an dud yaouank a oad ganeoc'h, hag e lakafec'h va fenn en riskl e-keńver ar roue?

11  Daniel a lavaras da Velzar, a oa bet lakaet gant penn ar spazhidi war Daniel, Hanania, Mishael hag Azaria.

12  Amprou da servijerien e-pad dek deiz, ha ra vo roet deomp legumaj da zebriń ha dour da evań.

13  Goude-se e selli ouzh hon dremmoł hag ouzh dremmoł an dud yaouank a zebr meuzioł ar roue. Neuze e ri da'z servijerien hervez ma ez po gwelet.

14  Hag e selaouas outań, hag ec'h amprouas anezho e-pad dek devezh.

15  A-benn an dek devezh e voe gwelet e oa gwelloc'h o dremmoł ha lartoc'h o c'horfoł eget an holl dud yaouank a zebre meuzioł ar roue.

16  Evel-se e lame Melzar ul lodenn eus o meuzioł hag o gwin lakaet da evań, hag e roe dezho legumaj.

17  Doue a roas d'ar pevar den yaouank-mań gouiziegezh ha meiz en pep lennegezh ha furnez. Ha Daniel a gomprene pep gweledigezh ha pep huńvre.

18  A-benn an deizioł merket gant ar roue evit ma vefent degaset dezhań, penn ar spazhidi a zegasas anezho dirak Nebukadnezar.

19  Ar roue a gomzas ganto, hag en o zouez holl ne oa hini ebet evel Daniel, Hanania, Mishael hag Azaria. Hag en em zalc'hjont dirak ar roue.

20  E pep tachenn a c'houlenne furnez ha meiz, hag a gomze ar roue diwar he fenn, e kavas anezho dek gwech dreist d'an holl hudourien ha steredourien a oa en e holl rouantelezh.

21  Evel-se e voe Daniel betek kentań bloaz ar roue Kiruz.

 

Pennad 2

1  D'an eil bloaz eus ren Nebukadnezar, en doe Nebukadnezar huńvreoł. E spered a oa trubuilhet ha ne c'helle ken kousket.

2  Ar roue a c'hourc'hemennas gervel an hudourien, ar steredourien, an divinourien, hag ar Galdeiz, evit displegań d'ar roue e huńvreoł. Hag e teujont, hag en em zalc'hjont dirak ar roue.

3  Ar roue a lavaras dezho: Bet em eus un huńvre, va spered a zo trubuilhet o klask anavezout an huńvre-mań.

4  Ar Galdeiz a lavaras d'ar roue en aramaeg: O roue, ra vevi da viken! Lavar an huńvre da'z servijerien, hag e tiskuilhimp dit an disklźriadenn.

5  Ar roue a respontas d'ar Galdeiz o lavarout: Ne'm eus ket sońj eus an dra; ma ne roit ket din da anavezout an huńvre hag e zisklźriadenn, e viot lakaet a-dammoł, hag ho tiez a vo lakaet da vezań ur bern lastez.

6  Met mar diskuliot an huńvre hag e zisklźriadenn, e resevot diganin donezonoł, profoł hag enorioł bras. Diskuilhit din eta an huńvre hag e zisklźriadenn.

7  Respont a rejont an eil gwech o lavarout: Ra lavaro ar roue an huńvre d'e servijerien, hag e tiskuilhimp e zisklźriadenn.

8  Ar roue a respontas o lavarout: Kompren a ran bremań e klaskit gounit amzer, dre ma welit ne'm eus ket sońj eus an dra.

9  Met ma ne roit ket din da anavezout an huńvre, an hevelep setańs a skoio ac'hanoc'h holl. Rak hoc'h eus prientet un dra bennak faos ha touellus da lavarout din, o c'hortoz ma vo kemmet an amzer. Lavarit din eta an huńvre ha me a ouezo hag-eń e c'hellot diskuliań e zisklźriadenn.

10  Ar Galdeiz a respontas d'ar roue o lavarout: N'eus den war an douar a c'hellfe diskuliań ar pezh a c'houlenn ar roue, rak biskoazh ur roue, pegen bras ha galloudus e vefe, n'en deus goulennet un dra evel-se digant hudourien, steredourien, pe Kaldeiz ebet.

11  Ar pezh a c'houlenn ar roue a zo diaes-kenań, n'eus den hag a c'hellfe diskuliań anezhań, nemet an doueoł, met o chomlec'h n'emań ket e-touez ar c'hig.

12  War gement-se, ar roue a yeas droug ennań hag a fuloras taer, hag e c'hourc'hemennas lakaat d'ar marv holl dud fur Babilon.

13  Ar setańs a voe embannet da lazhań an dud fur, hag e voe kerc'het Daniel hag e genseurted evit o lakaat d'ar marv.

14  Neuze Daniel a gomzas gant poell ha furnez da Arjok, penn gwarded ar roue, a oa o vont da lakaat d'ar marv tud fur Babilon.

15  Komz a reas ouzh Arjok, ofiser ar roue, o lavarout: Perak eo ken garv ar setańs a-berzh ar roue? Arjok a roas da anavezout an dra da Zaniel.

16  Daniel a yeas hag a bedas ar roue da reiń amzer dezhań, hag e rofe an disklźriadenn d'ar roue.

17  Neuze ez eas Daniel d'ar gźr, hag e roas da anavezout an afer da Hanania, da Vishael ha da Azaria, e genseurted,

18  evit ma c'houlennfent truez digant Doue an neńvoł diwar-benn an dra guzhet-se, evit na vefe ket lakaet d'ar marv Daniel hag e genseurted gant an dud fur all eus Babilon.

19  Hag an dra guzhet a voe diskuliet da Zaniel en ur weledigezh e-pad an noz. Daniel a vennigas Doue an neńvoł.

20  Daniel a gomzas o lavarout: Ra vo benniget anv Doue a-viskoazh ha da viken, rak dezhań eo ar furnez hag ar galloud!

21  Eń eo a gemm an amzerioł hag an degouezhioł, a ziskar ar rouaned hag a sav anezho, a ro ar furnez d'ar re fur hag ar ouiziegezh d'ar re skiantek.

22  Eń eo a ziskuilh an traoł don ha kuzhet, hag a anavez ar pezh a zo en deńvalijenn. Emań ar sklźrijenn o chom gantań.

23  O Doue va zadoł! Da drugarekaat ha da veuliń a ran, rak ec'h eus roet din furnez ha galloud, hag ec'h eus graet din anavezout bremań ar pezh hon eus goulennet diganit. Roet ec'h eus deomp da anavezout tra kuzhet ar roue.

24  Neuze ez eas Daniel da gavout Arjok, an hini karget gant ar roue da lazhań re fur Vabilon. Mont a reas hag e komzas outań evel-henn: Na laka ket d'ar marv tud fur Vabilon, met va c'has da gichen ar roue, hag e roin dezhań an disklźriadenn.

25  Arjok a gasas buan Daniel da gichen ar roue, hag a gomzas evel-henn: Kavet em eus e-touez harluidi Juda un den a roio an disklźriadenn d'ar roue.

26  Ar roue a gomzas o lavarout da Zaniel, anvet Beltshazar: Hag e vefes barrek da reiń da anavezout din an huńvre am eus bet hag e zisklźriadenn?

27  Daniel a respontas dirak ar roue o lavarout: An dra guzhet a c'houlenn ar roue, na re fur, na steredourien, na hudourien, na divinourien ne c'hellint he diskuliań d'ar roue.

28  Met un Doue a zo en neńvoł hag a ziskuilh an traoł kuzhet, hag a ro da anavezout d'ar roue Nebukadnezar ar pezh a c'hoarvezo en deizioł da zont. Setu da huńvre hag ar gweledigezhioł ac'h eus bet ez penn war da wele.

29  O roue! Savet eo sońjoł ennout war da wele diwar-benn ar pezh a c'hoarvezo en amzer da zont, hag an hini a ziskuilh an traoł kuzhet a ro dit da anavezout ar pezh a c'hoarvezo.

30  Hag an dra guzhet-se a zo bet diskuliet din, nann dre ur furnez a vefe ennon muioc'h eget en den bev ebet, met evit ma vefe roet an disklźriadenn d'ar roue, ha mac'h anavezfes sońjoł da galon.

31  O roue! Te a selle, ha setu un delwenn vras! Splannder an delwenn vras-se a oa dispar; en he sav e oa dirazout, spontus da welout.

32  Penn an delwenn a oa en aour glan, he bruched hag he divrec'h en arc'hant, he c'hof hag he divorzhed en arem,

33  he divhar en houarn, he zreid lod en houarn ha lod e pri.

34  Te a selle betek ma tistagas ur maen, hep sikour dorn ebet, hag a skoas gant an delwenn war he zreid en houarn hag e pri, hag o bruzunas.

35  Neuze an houarn, ar pri, an arem, an arc'hant hag an aour a voe bruzunet a-gevret, hag e teujont da vezań evel plouz eus al leur en hańv, kaset kuit gant an avel, ha ne vanas netra diouto. Met ar maen en doe skoet gant an delwenn a zeuas da vezań ur menez bras, hag a leunias an douar holl.

36  Setu an huńvre, hag e lavarimp e zisklźriadenn dirak ar roue.

37  O roue! Te eo roue ar rouaned, rak Doue an neńvoł en deus roet dit ar ren, ar galloud, an nerzh hag ar gloar.

38  Lakaet en deus etre da zaouarn mibien an dud, loened ar parkeier, ha laboused an neńvoł e pep lec'h ma'z emaint o chom, ha graet en deus dit ren warno. Te eo ar penn en aour.

39  War da lerc'h e savo ur rouantelezh all bihanoc'h egedout, ha goude un deirvet rouantelezh a vo en arem hag a reno war an douar holl.

40  Hag e vo ur bedervet rouantelezh, kreńv evel houarn. An houarn a laka a-dammoł hag a vruzun pep tra, hag evel ma freuz pep tra, hi a lakaio a-dammoł hag a freuzo.

41  Hag evel ma ec'h eus gwelet an treid hag ar bizied lod e pri ha lod en houarn, honnezh a vo ur rouantelezh lodennet. Met e vo enni nerzh an houarn, rak ec'h eus gwelet houarn mesket gant pri.

42  Hag evel ma oa ar bizied treid lod en houarn ha lod e pri, evel-se e vo ar rouantelezh-se kreńv evit ul lod ha dinerzh evit ul lod.

43  Gwelet ec'h eus an houarn mesket gant ar pri, mesket e vint gant had den, met ne vint ket unanet an eil ouzh egile, evel ma ne vesk ket an houarn gant ar pri.

44  En amzer ar rouaned-se, Doue an neńvoł a savo ur rouantelezh na vo biken distrujet. Ar rouantelezh-mań ne dremeno ket da ur bobl all, hag e vruzuno hag e kaso da netra an holl rouantelezhioł-se, hag hi hec'h-unan a bado da viken,

45  evel ma ec'h eus gwelet gant ar maen a zistagas eus ar menez hep sikour dorn ebet, hag en deus bruzunet an houarn, an arem, an arc'hant hag an aour. An Doue bras en deus roet da anavezout d'ar roue ar pezh a c'hoarvezo amań war-lerc'h. An huńvre a zo gwirion, hag e zisklźriadenn a zo diarvar.

46  Neuze ar roue Nebukadnezar a gouezhas war e zremm hag a stouas dirak Daniel, hag e c'hourc'hemennas ma vefe kinniget dezhań profoł ha c'hwezhioł-mat.

47  Ar roue a respontas da Zaniel o lavarout: A-dra-sur ho Toue a zo Doue an doueoł hag Aotrou ar rouaned, hag e tiskuilh an traoł kuzhet, rak ec'h eus gellet diskuliań an dra guzhet-se.

48  Neuze ar roue a uhelaas Daniel, hag a roas dezhań profoł pinvidik, hag a lakaas anezhań da c'houarnour war holl brovińs Babilon ha da bennrener war holl re fur Vabilon.

49 Daniel a bedas ar roue da lakaat Shadrak, Meshak hag Abed-Nego da velestrourien brovińs Babilon. Ha Daniel a oa ouzh dor ar roue.

 

Pennad 3

1  Ar roue Nebukadnezar a reas un delwenn aour, uhel a dri-ugent ilinad (~ 30 m) ha ledan a c'hwec'h ilinad (~ 3 m). Hag e savas anezhi e plaenenn Dura, e provińs Babilon.

2  Ar roue Nebukadnezar a gasas evit dastum ar satraped, ar brefeded, ar c'houarnourien, ar guzulierien, an deńzorerien, ar varnerien, al lezennourien, hag holl bennoł-bras ar provińsoł, evit ma teufent da zedi an delwenn en doa savet ar roue Nebukadnezar.

3  Evel-se e voe dastumet ar satraped, ar brefeded, ar c'houarnourien, ar guzulierien, an deńzorerien, ar varnerien, al lezennourien, hag holl bennoł-bras ar provińsoł evit dedi an delwenn en doa savet ar roue Nebukadnezar. Hag en em zalc'hjont dirak an delwenn en doa savet ar roue Nebukadnezar.

4  Hag un embanner a grias a vouezh uhel: Gourc'hemennet eo deoc'h, pobloł, broadoł, yezhoł,

5  kerkent hag e klevot son ar c'horn, ar c'hleron, ar gitar, al lourenn, an delenn, ar binioł, ha pep seurt binvioł-seniń, e stouot hag ec'h azeulot an delwenn aour en doa savet ar roue Nebukadnezar.

6  Ha piv bennak na stouo ket ha n'azeulo ket, a vo raktal taolet en ur fornez-dan grizias.

7  Setu perak, kerkent hag e klevas an holl bobloł son ar c'horn, ar c'hleron, ar gitar, al lourenn, an delenn, ha pep seurt binvioł-seniń, e stoujont holl, pobloł, broadoł, yezhoł, hag ec'h azeuljont an delwenn aour en doa savet ar roue Nebukadnezar.

8  Diwar-benn-se, d'an ampoent, e tostaas Kaldeiz da damall ar Yuzevien.

9  Komz a rejont ouzh ar roue Nebukadnezar, o lavarout: O roue, ra vevi da viken!

10  Te, o roue, ac'h eus roet un urzh, penaos pep den a glevfe son ar c'horn, ar c'hleron, ar gitar, al lourenn, an delenn, ar binioł, ha pep seurt binvioł-seniń, a dlefe stouiń hag azeuliń an delwenn aour,

11  ha piv bennak na stoufe ket ha n'azeulfe ket, a vefe taolet en ur fornez-dan grizias.

12  Bez' ez eus Yuzevien ac'h eus lakaet da velestriń provińs Babilon: Shadrak, Meshak hag Abed-Nego. An dud-se ne reont ket van ouzhit, o roue, ha ne servijont ket da zoueoł, ha ne azeulont ket an delwenn aour ac'h eus savet.

13  Neuze Nebukadnezar, kounnaret ha fuloret, a c'hourc'hemennas degas Shadrak, Meshak hag Abed-Nego. Degaset e voent dirak ar roue.

14  Nebukadnezar a gomzas, o lavarout dezho: Ha gwir eo, Shadrak, Meshak hag Abed-Nego, na servijit ket va doueoł ha na azeulit ket an delwenn aour am eus savet?

15  Bremań eta mard oc'h prest, kerkent hag e klevot son ar c'horn, ar c'hleron, ar gitar, al lourenn, an delenn, ar binioł, ha pep seurt binvioł-seniń, e stouot hag ec'h azeulot an delwenn am eus savet. Met ma n'azeulit ket, raktal e viot taolet er fornez-dan grizias. Ha petore doue a zieubo ac'hanoc'h eus va dorn?

16  Shadrak, Meshak hag Abed-Nego a respontas, o lavarout d'ar roue Nebukadnezar: N'hon eus ket ezhomm da respont dit war gement-se.

17  Setu, hon Doue a servijomp a c'hell hon dieubiń eus ar fornez-dan grizias, hag e tieubo ac'hanomp eus da zorn, o roue!

18  Anez, ra ouezi, o roue, ne servijimp ket da zoueoł, ha ne azeulimp ket an delwenn aour ac'h eus savet.

19  Neuze Nebukadnezar a voe leun a fulor, ha neuz e zremm a gemmas e-keńver Shadrak, Meshak hag Abed-Nego. Komz a reas hag e c'hourc'hemennas tommań ar fornez seizh gwech muioc'h eget na oa ar c'hiz d'he zommań.

20  Hag e c'hourc'hemennas d'ar soudarded kreńvań eus e arme eren Shadrak, Meshak hag Abed-Nego, hag o zeurel er fornez-dan grizias.

21  Ar re-mań a voe ereet gant o brageier, o zonegoł, o mantelloł hag o dilhad all, ha taolet e-kreiz ar fornez-dan grizias.

22  Evel ma oa urzh ar roue strizh, ha ma oa ar fornez entanet dreist ordinal, ar flammoł-tan a lazhas an dud o doa taolet enni Shadrak, Meshak hag Abed-Nego.

23  Hag an tri den-mań, Shadrak, Meshak hag Abed-Nego, a gouezhas ereet e-kreiz ar fornez-dan grizias.

24  Neuze ar roue Nebukadnezar a voe gwall souezhet hag a savas buan. Komz a reas, o lavarout d'e guzulierien: Ha n'hon eus ket taolet en tan tri den ereet? Hag e respontjont o lavarout d'ar roue: A-dra-sur, o roue!

25  Respont a reas o lavarout: Setu, e welan pevar den diere o kerzhout e-kreiz an tan, hep poan ebet dezho. Ha doare ar pevare a zo heńvel ouzh ur mab doue.

26  Neuze Nebukadnezar a dostaas ouzh dor ar fornez-dan grizias hag a gomzas o lavarout: Shadrak, Meshak hag Abed-Nego, servijerien an Doue Uhel-Meurbet, deuit er-maez, deuit! Neuze e teuas a-greiz an tan Shadrak, Meshak hag Abed-Nego.

27  Ar satraped, ar brefeded, ar c'houarnourien ha kuzulerien ar roue en em zastumas hag a welas n'en doa bet galloud ebet an tan war gorfoł an dud-se, ne oa devet blevenn ebet eus o fenn, ne oa ket kemmet o brageier, ha n'en doa ket intret enno c'hwezh an tan.

28  Nebukadnezar a gomzas o lavarout: Benniget ra vo Doue Shadrak, Meshak hag Abed-Nego, en deus kaset e ael ha dieubet e servijerien o doa fiziet ennań, o doa torret urzh ar roue ha kinniget o c'horfoł, evit chom hep servijań hag azeuliń doue all ebet nemet o Doue!

29  Eus va ferzh ez eo roet an urzh-mań: Pep den, a bep pobl, broad, yezh, hag a gomzo fall diwar-benn Doue Shadrak, Meshak hag Abed-Nego, a vo lakaet a-dammoł hag e di a vo lakaet da vezań ur bern lastez, rak n'eus doue all ebet a c'hellfe dieubiń eveltań.

30  Neuze ar roue a roas berzh da Shadrak, da Veshak ha da Abed-Nego e provińs Babilon.

 

Pennad 4

1 Ar roue Nebukadnezar d'an holl bobloł, broadoł, yezhoł, a zo o chom war an douar holl: Ra vo kresket ar peoc'h ganeoc'h!

2  Kavet eo mat ganin reiń da anavezout ar sinoł hag ar burzhudoł en deus graet em c'heńver an Doue Uhel-Meurbet.

3  Pegen bras eo e sinoł, ha galloudus e vurzhudoł! E ren a zo ur ren peurbadus, e c'halloud a gendalc'ho a oad da oad.

4  Me Nebukadnezar a oa sioul em zi, o vleuniań em falez,

5  ha gwelet em eus un huńvre a spouronas ac'hanon; ar sońjoł am eus bet war va gwele ha gweledigezhioł va fenn am zrubuilhas.

6  Hag eus va ferzh e voe roet an urzh da lakaat da zont dirazon holl dud fur Babilon, evit ma rofent din disklźriadenn an huńvre.

7  Neuze e teuas an hudourien, ar steredourien, ar Galdeiz, hag an divinourien, hag e lavaris dezho an huńvre, met ne c'helljont ket reiń an disklźriadenn din.

8  A-benn ar fin, Daniel, anvet Beltshazar hervez anv va doue, hag en deus spered an doueoł santel ennań, a zeuas davedon, hag e lavaris dezhań an huńvre.

9  Beltshazar, penn an hudourien, evel ma ouzon emań spered an doueoł santel ennout ha n'eus netra kuzhet diaes dit, setu gweledigezhioł va huńvre ha lavar din an disklźriadenn anezho.

10  Setu amań gweledigezhioł va fenn war va gwele: Sellout a raen, ha setu ur wezenn e-kreiz an douar, hag he ment a oa uhel.

11  Ar wezenn-se a oa deuet da vezań bras ha kreńv, hag he lein a stoke ouzh an neńvoł, hag e veze gwelet eus pennoł an douar holl.

12  He delioł a oa kaer hag he frouezh fonnus, hag e oa boued warni evit an holl. Loened ar parkeier en em lakae dindan he skeud, ha laboused an neńv a oa o chom en he brankoł; pep kig a veve diwarni.

13  Sellout a raen e gweledigezhioł va fenn war va gwele, ha setu ur gedour, a-douez ar sent, o tiskenn eus an neńv.

14  Krial a reas a vouezh uhel, hag e komzas evel-henn: Troc'hit ar wezenn ha he diskourrit, hejit he delioł ha stlabezit he frouezh, ra dec'ho al loened a-zindani hag al laboused diouzh he brankoł.

15  Koulskoude lezit en douar ar c'hef gant ar gwrizioł, met gant ur chadenn houarn hag arem, e-touez geot ar parkeier. Ra vo glebiet gant glizh an neńv, ha ra en devo e lod eus geot an douar gant al loened.

16  Ra vo e galon den kemmet ha ra vo roet dezhań ur galon loen, ha ra dremeno warnań seizh amzer.

17  An dra-se a zo un urzh roet gant ar c'hedourien, ar c'houlenn-se a zeu dre gomz ar sent, abalamour d'ar re vev da c'houzout e ren an Uhel-Meurbet war rouantelezh an dud, e ro anezhi d'an hini a fell dezhań, hag e sav enni an disterań eus an dud.

18  Setu an huńvre am eus gwelet, me ar roue Nebukadnezar. Te Beltshazar, lavar e zisklźriadenn, rak ne c'hell hini ebet eus re fur va rouantelezh he reiń din. Met te a c'hell, rak emań spered an doueoł santel ennout.

19  Neuze Daniel, hag a oa anvet Beltshazar, a chomas sabatuet e-pad un eur, hag e sońjoł a drubuilhe anezhań. Ar roue a gomzas o lavarout: Beltshazar, ra ne drubuilho ket an huńvre ac'hanout, nag e zisklźriadenn. Beltshazar a respontas o lavarout: Va aotrou, ra vo an huńvre evit ar re a gasa ac'hanout, hag e zisklźriadenn evit da enebourien!

20  Ar wezenn ac'h eus gwelet, deuet da vezań bras ha kreńv, a stoke he lein ouzh an neńvoł, a veze gwelet eus an douar holl,

21  a oa kaer he delioł ha fonnus he frouezh, gant boued warni evit an holl, en em lakae dindani loened ar parkeier, hag a oa o chom en he brankoł laboused an neńv,

22  te eo, o roue! Te hag a zo deuet da vezań bras ha kreńv, da vraster en deus kresket betek stekiń ouzh an neńvoł, ha da ren en em astenn betek pennoł an douar.

23  Diwar-benn ar pezh en deus gwelet ar roue, ur gedour a-douez ar sent o tiskenn eus an neńv hag o lavarout: Troc'hit ar wezenn ha he diskourrit, met lezit en douar ar c'hef gant ar gwrizioł, ha gant ur chadenn houarn hag arem, e-touez geot ar parkeier, ra vo glebiet gant glizh an neńv, ha ra en devo e lod gant loened ar parkeier, betek ma vo tremenet warnań seizh amzer,

24  setu amań disklźriadenn a gement-se, o roue: Urzh an Uhel-Meurbet eo, a zeu war ar roue, o aotrou!

25  Kaset kuit e vi a-douez an dud, da chomlec'h a vo gant loened ar parkeier, geot a vo roet dit da zebriń evel d'an ejened, glebiet e vi gant glizh an neńv, ha seizh amzer a dremeno warnout, betek ma ouezi e ren an Uhel-Meurbet war rouantelezh an dud, hag e ro anezhi d'an hini a fell dezhań.

26  Ha mard eo bet lavaret lezel ar c'hef gant gwrizioł ar wezenn, ez eo ma vo restaolet da rouantelezh dit adalek ma ez po anavezet ez eo an neńv a ren.

27  Abalamour da-se, o roue, ra blijo dit va ali, laka termen da'z pec'hedoł dre ar reizhder ha da'z fallagriezh dre an drugarez e-keńver ar beorien, hag e c'hello bezań hiraet da verzh.

28  An holl draoł-se a c'hoarvezas gant ar roue Nebukadnezar.

29  A-benn daouzek miz, evel ma kerzhe war e balez roueel e Babilon,

30  ar roue a gomzas o lavarout: Ha n'eo ket houmań Babilon an hini vras, am eus savet evit bezań chomlec'h ar roue gant nerzh va galloud, evit gloar va splannder?

31  Ar ger a oa c'hoazh e genoł ar roue, pa ziskennas ur vouezh eus an neńv: Roue Nebukadnezar, disklźriet eo dit e vo lamet da rouantelezh diganit.

32  Kaset e vi kuit a-douez an dud, da chomlec'h a vo gant loened ar parkeier, geot a vo roet dit da zebriń evel d'an ejened, ha seizh amzer a dremeno warnout, betek ma ouezi e ren an Uhel-Meurbet war rouantelezh an dud, hag e ro anezhi d'an hini a fell dezhań.

33  D'an eur-se e voe peurc'hraet ar ger-se war Nebukadnezar. Kaset e voe kuit a-douez an dud, debriń a reas geot evel an ejened, glebiet e voe e gorf gant glizh an neńv, betek ma kreskas e vlev evel pluńv an erer hag e ivinoł evel re al laboused.

34  Met e diwezh an deizioł-se, me Nebukadnezar a savas va daoulagad war-zu an neńv, va skiant-vat a zistroas din, hag e vennigis an Uhel-Meurbet, hag e veulis anezhań, hag rois gloar d'an Hini a vev da viken hag a zo e riegezh ur riegezh peurbadus, hag a bad e rouantelezh a oad da oad.

35  Dirazań holl annezidi an douar a zo kontet evel netra, ober a ra evel ma blij dezhań, ken gant arme an neńvoł, ken gant annezidi an douar, ha n'eus den hag a c'hellfe herzel ouzh e zorn ha lavarout dezhań: Petra ac'h eus graet?

36  En amzer-se va skiant-vat a zistroas din, gloar va rouantelezh, va veurded ha va splannder a voe roet en-dro din. Va guzulierien ha va re vras am adc'houlennas, hag e voen adlakaet war va rouantelezh, hag ur gloar brasoc'h am eus resevet.

37  Bremań eta, me Nebukadnezar a veul, a uhela hag a ro gloar da Roue an neńvoł, a zo reizh e holl oberennoł hag eeun e hentoł. Eń a c'hell izelaat ar re a gerzh gant lorc'h.

 

Pennad 5

1  Ar roue Belshazar a roas ur fest vras d'e vil re vras, ha dirak ar mil-se ec'h evas gwin.

2  Belshazar, o vezań tańvaet ar gwin, a c'hourc'hemennas degas al listri aour hag arc'hant en doa lamet Nebukadnezar e dad diouzh templ Jeruzalem, evit ma evfe enno ar roue, e re vras, e wragez hag e serc'hed.

3  Neuze e voe degaset al listri aour a oa bet lamet diouzh an templ, diouzh ti Doue, e Jeruzalem, hag ar roue, e re vras, e wragez hag e serc'hed a evas enno.

4  Evań a rejont gwin, hag e veuljont an doueoł aour, arc'hant, arem, houarn, koad ha mein.

5  War an taol e teuas er-maez bizied dorn un den o skrivań a-dal d'ar c'hantolor war indu moger ar palez roueel. Ar roue a welas lod an dorn a skrive.

6  Neuze dremm ar roue a voe kemmet, e sońjoł a drubuilhas anezhań, juntoł e zivgroazell a laoskaas, e zaoulin en em skoas an eil ouzh egile.

7  Ar roue a grias gant nerzh da zegas ar steredourien, ar Galdeiz, hag an divinourien. Ar roue a gomzas, o lavarout da dud fur Babilon: Piv bennak a lenno ar skrid-se hag a lavaro din e zisklźriadenn, a vo gwisket a dane, a zougo ur c'holier aour ouzh e c'houzoug, hag a vo an trede eus va rouantelezh.

8  Neuze holl dud fur ar roue a zeuas, met ne c'helljont ket lenn ar skrid, na reiń e zisklźriadenn d'ar roue.

9  Ar roue Belshazar a voe trubuilhet-meurbet, e zremm a gemmas, e re vras a voe spouronet.

10  Ar rouanez a zeuas e sal ar fest en abeg da gomzoł ar roue hag ar re vras. Ar rouanez a gomzas o lavarout: O roue, ra vevi da viken! Ra ne vi ket trubuilhet gant da sońjoł, ha ra ne vo ket kemmet da zremm.

11  Bez' ez eus un den ez rouantelezh hag emań spered an doueoł santel ennań, hag en amzer da dad e voe kavet ennań ur sklźrijenn, ur skiant hag ur furnez heńvel ouzh furnez an doueoł. Ar roue Nebukadnezar da dad, da dad o roue! en lakaas da vestr war an hudourien, ar steredourien, ar Galdeiz hag an divinourien,

12  rak e oa kavet ennań ur spered uhelań, anaoudegezh ha skiant da zisklźriań an huńvreoł, da ziskuliań ar c'hevrinoł ha da ziskoulmań an traoł diaes; Daniel eo, hag a oa anvet Beltshazar gant ar roue. Bremań eta ra vo galvet Daniel, hag e roio an disklźriadenn.

13  Neuze Daniel a voe degaset dirak ar roue. Ar roue a gomzas, o lavarout da Zaniel: Hag ez out an Daniel-se, a-douez harluidi Juda bet degaset gant ar roue va zad eus Juda?

14  Klevet em eus diwarnout emań spered an doueoł ennout, hag ez eus ennout ur sklźrijenn ur skiant hag ur furnez dreist muzul.

15  Ha bremań an dud fur hag ar steredourien a zo bet degaset dirazon evit lenn ar skrid-se ha reiń din e zisklźriadenn, met ne c'helljont ket reiń disklźriadenn ar gerioł.

16  Klevet em eus diwarnout e c'hellez disklźriań ha diskoulmań traoł diaes. Bremań ma c'hellez lenn ar skrid-se ha reiń din e zisklźriadenn, e vi gwisket a dane, e tougi ur c'holier aour ouzh da c'houzoug, hag e vi an trede eus ar rouantelezh.

17  Neuze Daniel a respontas, o lavarout dirak ar roue: Ra chomo da brofoł ganit, ha ro da zonezonoł da unan all, koulskoude e lennin ar skrid d'ar roue hag e roin dezhań e zisklźriadenn.

18  O roue, roet en doa an Doue Uhel-Meurbet da Nebukadnezar da dad ar rouantelezh, ar veurdez, ar gloar hag an enor.

19  En abeg d'ar veurdez en doa roet dezhań, an holl bobloł, broadoł ha yezhoł a grene dirazań hag a zouje anezhań. Lakaat a rae d'ar marv ar re a felle dezhań, hag e leze ar vuhez gant ar re a felle dezhań. Uhelaat a rae ar re a felle dezhań, hag ec'h izelae ar re a felle dezhań.

20  Met e galon en em uhelaas hag e spered en em galetaas gant lorc'h, hag e voe diskaret diwar e dron roueel ha diwisket eus e c'hloar.

21  Kaset e voe kuit a-douez mibien an dud, e galon a zeuas da vezań heńvel ouzh hini al loened, e chomlec'h a voe gant an ezen gouez, geot a vo roet dezhań da zebriń evel d'an ejened, glebiet e voe e gorf gant glizh an neńv, betek ma anavezas e ren an Doue Uhel-Meurbet war rouantelezh an dud, hag e ro anezhi d'an hini a fell dezhań.

22  Ha te Belshazar e vab, ne'c'h eus ket izelaet da galon, petra bennak ma ouies an holl draoł-se.

23  Met en em uhelaet out a-enep Aotrou an neńvoł hag eo bet degaset dirazout listri ti Doue, evet hoc'h eus gwin enno, te, da re vras, da wragez ha da serc'hed. Meulet ec'h eus an doueoł aour, arc'hant, arem, houarn, koad ha mein, na welont ket, na glevont ket ha n'anavezont ket, ha ne'c'h eus ket roet gloar d'an Doue emań en e zorn da c'hwezh ha da holl hentoł.

24  Neuze eo bet kaset eus e berzh al lod dorn-se hag ar skrid a zo bet merket.

25  Setu amań ar skrid a zo bet merket: MENE MENE TEKEL UFARSIN (= muzuliet, muzuliet, pouezet, daouhanteret).

26  Ha setu amań disklźriadenn ar gerioł: MENE: Doue en deus muzuliet da rouantelezh ha lakaet termen dezhi.

27  TEKEL: pouezet out bet er valańs ha kavet skańv.

28  PEREZ: da rouantelezh a zo bet rannet ha roet d'ar Veded ha d'ar Bersed.

29  Neuze war urzh Belshazar e voe gwisket Daniel a dane ha lakaet ur c'holier aour ouzh e c'houzoug, hag e voe embannet e vefe an trede eus ar rouantelezh.

30  D'an noz-se, Belshazar roue ar Galdeiz a voe lazhet.

31  Dariuz ar Med a gemeras ar rouantelezh, d'an oad a zaou vloaz ha tri-ugent.

 

Pennad 6

1  Plijout a reas da Zariuz lakaat war ar rouantelezh kant ugent satrap, a dlee bezań en holl rouantelezh,

2  ha dreisto tri ministr, Daniel a oa unan anezho, evit ma rentfe kont dezho ar satraped-se, ha na vefe ar roue diaezet en degouezh ebet.

3  Daniel a voe a-us d'ar vinistred all ha d'ar satraped, dre ma oa ennań ur spered dreist muzul. Hag ar roue a sońje sevel anezhań war ar rouantelezh holl.

4  Neuze ar vinistred hag ar satraped a glaskas an tu dereat da damall Daniel diwar-benn aferioł ar rouantelezh. Met ne c'hellent kavout tu ebet na fazi ebet, rak e oa feal. Ha ne veze kavet ennań na mank na fazi.

5  Ar re-se a lavaras: Ne gavimp netra a-enep an Daniel-se, nemet hag e kakfemp un dra bennak a-enep dezhań e Lezenn e Zoue.

6  Neuze ar vinistred hag ar satraped a vodadas etrezek ar roue hag a gomzas evel-se: Roue Dariuz , ra vevi da viken!

7  Holl vinistred da rouantelezh, ar brefeded, ar satraped, ar guzulierien hag ar c'houarnourien a zo ali ma vefe roet un urzh roueel hag un difenn strizh, penaos kement hini a raio ur bedenn da un doue pe un den bennak, e-pad tregont devezh, nemet ouzhit o roue, a vo taolet e foz al leoned.

8  Bremań o roue! gra an difenn ha sin ar skrid, evit na vo kemmet netra ennań hervez lezenn ar Veded hag ar Bersed a zo didorrus.

9  Neuze e sinas ar roue Dariuz ar skrid hag an difenn.

10  Pa ouezas Daniel e oa sinet ar skrid, ez eas d'e di. E brenestroł a oa digor en e gambr etrezek Jeruzalem, hag e taouline teir gwech bemdez, hag e pede hag e veule e Zoue, evel m'en deveze graet diagent.

11  Neuze an dud-se a vodadas hag a gavas Daniel o pediń hag oc'h ober goulennoł digant e Zoue.

12  Hag e tostajont ouzh ar roue hag e lavarjont diwar-benn an difenn roueel: Ha ne'c'h eus ket sinet un difenn penaos kement hini a raio ur bedenn da un doue pe un den bennak, e-pad tregont devezh, nemet ouzhit o roue, a vefe taolet e foz al leoned? Ar roue a respontas o lavarout: An dra-se a zo gwir, hervez lezenn ar Veded hag ar Bersed a zo didorrus.

13  Neuze e respontjont, o lavarout d'ar roue: Daniel, unan a-douez mibien harluet Juda, ne ra van ebet ouzhit, o roue, nag ouzh an difenn ac'h eus sinet, met e ra e bedenn teir gwech bemdez.

14  Ar roue en doe un displijadur vras o klevout kement-se. Hag e lakaas en e galon dieubiń Daniel, ha betek ar c'huzh-heol e klaskas e saveteiń.

15  Met an dud-se a vodadas etrezek ar roue hag a lavaras: O roue! Te a oar ez eo e lezenn ar Veded hag ar Bersed na c'hell ket bezań kemmet pep difenn pe urzh kavet mat gant ar roue.

16  Neuze ar roue a c'hourc'hemennas degas Daniel hag e deurel e foz al leoned. Ar roue a gomzas, o lavarout da Zaniel: Ra zieubo ac'hanout an Doue a servijez hep paouez.

17  Hag e voe degaset ur maen a voe lakaet war digor ar foz, hag ar roue a siellas anezhań gant e walenn ha gant gwalenn e re vras, evit na vefe kemmet netra e-keńver Daniel.

18  Ar roue a yeas d'e balez, hag e tremenas an noz o yunań. Ne voe abeg a joausted ebet en e gichen, ha ne c'hellas ket kousket.

19  Ar roue a savas da c'houloł-deiz, da darzh-an-deiz, hag ez eas gant hast bras da foz al leoned.

20  Hag evel ma tostae ouzh ar foz, e c'halvas Daniel gant ur vouezh trist. Ar roue a gomzas, o lavarout da Zaniel: Daniel, servijer an Doue bev, da Zoue a servijez hep paouez, ha gellet en deus da zieubiń eus al leoned?

21  Daniel a lavaras d'ar roue: O roue, ra vevi da viken!

22  Va Doue en deus kaset e ael, en deus serret genoł al leoned, ha n'o deus graet poan ebet din, rak on bet kavet didamall dirazań. Ha dirazout ivez, o roue, ne'm eus graet droug ebet.

23  Neuze ar roue a voe leuniet a levenez, ha e c'hourc'hemennas ma vefe tennet Daniel eus ar foz. Daniel a voe eta tennet er-maez eus ar foz, ha ne voe kavet gouli ebet warnań, rak kredet en doa en e Zoue.

24  War urzh ar roue, an dud o doa tamallet Daniel a voe degaset ha taolet e foz al leoned, int, o mibien hag o gwragez. A-raok m'o doa stoket ouzh fońs ar foz, al leoned a grogas enno hag a vruzunas o holl eskern.

25  Neuze ar roue Dariuz a skrivas d'an holl bobloł, broadoł ha yezhoł, a oa o chom war an douar holl: Ra vo kresket ar peoc'h ganeoc'h!

26  Eus va ferzh ez eo roet an urzh-mań: E-barzh va holl rouantelezh, ra vo doujańs ha spont e-keńver Doue Daniel, rak an Doue bev eo, hag e chom da virviken, hag e rouantelezh ne vo ket distrujet, hag e ren a bado betek an diwezh.

27  Saveteiń ha dieubiń a ra, ober a ra sinoł ha burzhudoł en neńvoł ha war an douar, dieubet en deus Daniel eus galloud al leoned.

28  Daniel a reas berzh dindan ren Dariuz ha dindan ren Kiruz ar Pers.

 

Pennad 7

1  D'ar c'hentań bloaz eus Belshazar roue Babilon, Daniel en doe un huńvre ha gweledigezhioł en e benn war e wele. Goude e skrivas an huńvre, hag e lavaras an traoł pouezusań.

2  Daniel a gomzas o lavarout: Me a selle em gweledigezh e-pad an noz, ha setu pevar avel an neńvoł a savas gant nerzh war ar mor bras.

3  Ha pevar loen bras a bignas eus ar mor, an eil disheńvel diouzh egile.

4  An hini kentań a oa evel ul leon hag en doa divaskell un erer. Sellout a ris betek ma voe tennet e zivaskell digantań, ha ma voe savet al loen diwar an douar ha lakaet war e dreid evel un den, hag ur galon den a voe roet dezhań.

5  Ha setu ul loen all, an eil, heńvel ouzh un arzh, hag en em zalc'he war ur c'hostez. Teir c'hostezenn en doa en e c'henoł etre e zent, hag e veze lavaret dezhań: Sav, debr kalz a gig.

6  Goude-se e sellis, ha setu unan all heńvel ouzh ul loupard hag en doa pevar askell labous war e gein. Pevar fenn en doa al loen-se, hag ar vestroniezh a voe roet dezhań.

7  Goude-se e sellis em gweledigezhioł noz, ha setu ur pevare loen, euzhus, spontus ha kreńv-meurbet. Dent bras en houarn en doa, debriń a rae, hag e vruzune hag e vac'he gant e dreid ar pezh a vane. Disheńvel e oa diouzh an holl loened a oa bet diagent, ha dek korn en doa.

8  Eveshaat a ris ouzh ar c'herniel, ha setu ur c'horn bihan all a zeue eus o c'hreiz, ha tri eus ar c'herniel kentań a voe diframmet dirazań. Ha setu er c'horn-se e oa lagadoł evel lagadoł den, hag ur genoł a lavare traoł lorc'hus.

9  Hag e sellis betek ma voe lakaet tronioł ha ma azezas Henaour an deizioł. E zilhad a oa gwenn evel an erc'h, ha blev e benn evel gloan glan. E dron a oa evel flammoł-tan, hag e rodoł evel un tan grizias.

10  Ur stźr a dan a zeue hag en em skuilhe dirazań. Mil miliad a servije anezhań ha dekmil dekmiliad en em zalc'he dirazań. Ar varn a voe diazezet hag al levrioł a voe digoret.

11  Sellout a ris neuze en abeg da vouezh ar gerioł lorc'hus a lavare ar c'horn, hag e sellis betek ma voe lazhet al loen ha distrujet e gorf, taolet d'ar flammoł o teviń.

12  Diwar-benn al loened all, e voe lamet diganto o mestroniezh, met e voe roet un hirnez a vuhez dezho evit ur c'houlzad hag ur maread.

13  Sellout a ris em gweledigezhioł noz, ha setu ma teue gant goabrennoł an neńvoł evel Mab an den, a yeas betek Henaour an deizioł, hag e voe tostaet outań.

14  Hag e voe roet dezhań ar vestroniezh, ar gloar hag ar ren, hag an holl bobloł, broadoł ha yezhoł a servijas anezhań. E vestroniezh a zo ur vestroniezh peurbadus na dremeno ket, hag e rouantelezh ne vo ket distrujet.

15  Va spered din-me, Daniel, a voe trubuilhet em diabarzh, ha gweledigezhioł va fenn a spontas ac'hanon.

16  Tostaat a ris ouzh unan eus ar re a oa eno, ha e c'houlennis digantań ar wirionez war an holl draoł-se. Hag e komzas ouzhin, hag e roas din an disklźriadenn anezho.

17  Ar pevar loen bras-se a zo pevar roue a savo eus an douar,

18  met sent an Uhel-Meurbet a resevo ar rouantelezh, hag ar rouantelezh a vo dezho da virviken.

19  Neuze e c'hoantais anavezout ar wirionez diwar-benn ar pevare loen, a oa disheńvel diouzh an holl re all hag euzhus-meurbet, a oa e zent en houarn hag e ivinoł en arem, a zebre, a vruzune hag a vac'he gant e dreid ar pezh a vane,

20  ha diwar-benn an dek korn a oa war e benn, ha diwar-benn an hini all a zeue eus o c'hreiz, hag a oa diframmet dirazań tri all, hag en doa lagadoł hag ur genoł a lavare traoł lorc'hus, hag a seblante brasoc'h eget e genseurted.

21  Sellout a ris e rae ar c'horn-se brezel ouzh ar sent hag e trec'he anezho,

22  betek ma teuas Henaour an deizioł, ha ma voe roet ar varn da sent an Uhel-Meurbet, ha ma teuas an amzer evit ar sent da berc'hennań ar rouantelezh.

23  Hag e lavaras din: Ar pevare loen a zo ur bedervet rouantelezh war an douar, a vo disheńvel diouzh an holl rouantelezhioł, hag e tebro an douar holl, hag e voustro hag e vruzuno anezhań.

24  An dek korn a zo dek roue a savo eus ar rouantelezh-se, hag unan all a savo war o lerc'h, a vo disheńvel diouzh ar re gentań, hag a izelaio tri roue.

25  Hag e lavaro gerioł a-enep an Uhel-Meurbet, hag e heskino sent an Uhel-Meurbet, hag e vo e sell da cheńch an amzerioł hag al lezenn. Ar sent a vo lakaet etre e zaouarn e-pad un amzer hag amzerioł hag un hanter-amzer.

26  Met e teuio ar varn, hag e vo lamet digantań e vestroniezh, evit e zistrujań hag e lakaat da vervel betek an diwezh.

27  Hag ar rouantelezh, ar vestroniezh, braster ar rouantelezhioł a zo dindan an neńvoł a vo roet da bobl sent an Uhel-Meurbet. E rouantelezh a vo ur rouantelezh peurbadus, hag an holl c'halloudoł a servijo anezhań hag a sento outań.

28  Amań ec'h echu an dra-se. Evidon-me, Daniel, va sońjoł a spontas ac'hanon kalz, va dremm a gemmas, met em eus miret an dra-se em c'halon.

 

Pennad 8

1  D'an trede bloaz eus ar roue Belshazar, me, Daniel, em boe ur weledigezh, goude an hini am boa bet diagent.

2  Sellout a ris er weledigezh, ha setu e welis e oan e Suza, penn-kźr provińs Elam. Sellout a ris er weledigezh, hag e oan tost da stźr Ulai.

3  Hag e savis va daoulagad hag e sellis, ha setu un tourz en em zalc'he dirak ar stźr, ha daou gorn en doa, kerniel uhel, met unan a oa uheloc'h eget egile, hag an uhelań a oa savet da ziwezhań.

4  Hag e welis an tourz o skeiń war ar c'huzh-heol, war an hanternoz ha war ar c'hreisteiz, ha loen ebet ne c'helle derc'hel dirazań, ha ne oa den da zieubiń eus e zorn. Ober a rae ar pezh a felle dezhań, hag e teuas da vezań bras.

5  Evel ma sellis pizh, setu ur bouc'h a zeue eus ar c'huzh-heol o redek war an douar holl hep stekiń an douar. Ar bouc'h-se en doa ur c'horn heverk etre e zaoulagad.

6  Dont a reas betek an tourz en doa daou gorn hag am boa gwelet oc'h en em zerc'hel dirak ar stźr, hag e redas a-enep dezhań gant fulor e nerzh.

7  Hag e welis anezhań o tapout an tourz; hag o kounnariń en e enep, e vountas an tourz hag e torras e zaou gorn dezhań. An tourz n'en doa nerzh ebet evit herzel outań. E zeurel a reas d'an douar hag en mac'has, ha ne oa den da zieubiń an tourz eus e zorn.

8  Hag ar bouc'h a greskas kalz-meurbet, met pa voe galloudek, e gorn bras a voe torret. En e lec'h e savas pevar all heverk, etrezek pevar avel an neńvoł.

9  Hag eus unan anezho e teuas ur c'horn bihan a greskas kalz etrezek ar c'hreisteiz, etrezek ar sav-heol, hag etrezek ar gloar.

10  Hag e kreskas betek arme an neńvoł, hag e lakaas da gouezhań d'an douar un darn eus an arme hag eus ar stered, hag o mac'has.

11  Ha zoken e savas betek penn-bras an arme, hag e lamas digantań an aberzh hollbad, hag e tiskaras chomlec'h e santual.

12  Hag un arme a voe deroet gant an aberzh hollbad en abeg d'an disentidigezh, hag e taolas ar wirionez d'an douar. Ober a reas kement-se hag e reas berzh.

13  Hag e klevis ur sant o komz, hag ur sant all a lavaras d'an hini a gomze: Betek pegeit e pado ar weledigezh diwar an aberzh hollbad hag an disentidigezh glac'harus, a laka ar santual hag an arme da vezań mac'het?

14  Hag e lavaras din: Betek daou vil tri c'hant abardaez ha mintin, ha goude ar santual a vo glanaet.

15  E-pad ma sellen me, Daniel, ar weledigezh, ha ma klasken he disklźriadenn, setu en em zalc'has dirazon evel neuz un den.

16  Hag e klevis mouezh un den- a-greiz an Ulai o krial hag o lavarout: Gabriel, ro da gompren ar weledigezh dezhań.

17  Neuze e teuas tost d'al lec'h ma oan, ha pa voe deuet e voen spontet hag e kouezhis war va dremm. Hag e lavaras din: Kompren, mab an den, rak ar weledigezh a zo evit amzer an diwezh.

18  Evel ma komze ouzhin e chomis sabatuet war va dremm d'an douar. Met e stokas ouzhin hag e reas din en em zerc'hel em sav el lec'h ma oan.

19  Hag e lavaras: Setu, emaon o vont da reiń da c'houzout dit ar pezh a c'hoarvezo en diwezh eus ar vrouez, rak ez eus un amzer merket evit an diwezh.

20  An tourz ac'h eus gwelet hag en doa daou gorn eo rouaned ar Veded hag ar Bersed.

21  Ar bouc'h blevek eo roue Javan, hag ar c'horn bras etre e zaoulagad eo ar roue kentań.

22  O vezań torret, ar pevar a zo deuet en e lec'h eo pevar roue a savo eus ar vroad-se, met n'o devo ket kement a nerzh.

23  En amzer diwezhań eus o ren, pa vo sevenet niver ar bec'herien, e savo ur roue kalet e zremm hag ampart en touell.

24  E c'halloud a gresko, met ne vo ket dre e c'halloud dezhań e-unan. Hag e tistrujo dreistmuzul, hag e raio berzh, hag e kaso da benn, hag e tistrujo ar c'halloudeien ha pobl ar sent.

25  Dre e ijin e lakaio an touellerezh da ren en e zorn. Lorc'h en devo en e galon, ha dre ar peoc'h e tistrujo kalz. En em sevel a raio a-enep Prińs ar brińsed, met e vo bruzunet hep sikour dorn ebet.

26  Gwirion eo gweledigezh an abardaezioł hag ar mintinoł a zo bet lavaret. Mir kuzh ar weledigezh-mań, rak e komz diwar-benn un amzer bell.

27  Ha me, Daniel, a voe dinerzh ha klańv deizioł-pad, ha goude e savis hag e ris war-dro aferioł ar roue. Souezhet e oan gant ar weledigezh, met den n'anavezas anezhi.

 

Pennad 9

1  D'ar c'hentań bloaz eus Dariuz mab Asueruz eus gouenn ar Veded, deuet da vezań roue war rouantelezh ar Galdeiz,

2  er c'hentań bloaz eus e ren, me, Daniel, a gomprenas dre al levrioł penaos niver ar bloavezhioł en doa an AOTROU komzet diwarno dre ar profed Jeremia, evit kas da benn glac’haroł Jeruzalem, a oa dek vloaz ha tri-ugent.

3  Hag e trois va dremm etrezek an Aotrou Doue, evit kinnig goulennoł ha pedennoł dezhań gant yun, sac'h ha ludu.

4  Hag e pedis an AOTROU va Doue, hag e ris va c'hofez o lavarout: A! Aotrou Doue bras ha spontus, a vir an emglev hag an drugarez e-keńver ar re a gar ac'hanout hag a vir da c'hourc'hemennoł,

5  pec'het hon eus, graet hon eus an direizhder, bet omp drouk ha disent, distroet hon eus diwar da c'hourc'hemennoł ha da varnedigezhioł,

6  n'hon eus ket selaouet da servijerien ar brofeded, o deus komzet ez anv d'hor rouaned, d'hor pennoł, d'hon tadoł ha da holl bobl ar vro.

7  Dit-te, Aotrou, eo ar reizhder, ha deomp-ni eo ar vezh war hon dremm, evel hiziv da dud Juda, d'annezidi Jeruzalem ha da holl Israel, d'ar re a zo tost ha d'ar re a zo pell, en holl vroioł ma ec'h eus o c'haset e-barzh, en abeg d'ar gwalloł o deus graet ez keńver.

8  Aotrou, deomp eo ar vezh war hon dremm, d'hor rouaned, d'hor pennoł ha d'hon tadoł, rak pec'het hon eus a-enep dit.

9  D'an Aotrou hon Doue eo an drugarez hag ar pardon, rak ni a zo en em savet a-enep dezhań.

10  N'hon eus ket selaouet mouezh an AOTROU hon Doue evit kerzhout hervez e lezennoł, en doa lakaet dirazomp dre e servijerien ar brofeded.

11  Israel holl en deus torret da lezenn, hag en em zistroet evit chom hep klevout da vouezh. Neuze ar vallozh hag al le a zo skrivet e lezenn Moizez, servijer Doue, a zo kouezhet warnomp, rak hon eus pec'het a-enep dezhań.

12  Sevenet en deus ar c'homzoł en doa lavaret a-enep deomp hag a-enep hor barnerien o deus hor barnet, lakaet en deus da zont warnomp ur boan vras, rak dindan an neńvoł ne oa ket c'hoarvezet evel m'eo c'hoarvezet e Jeruzalem.

13  An holl boan-se a zo deuet warnomp hervez ar pezh a zo skrivet e lezenn Voizez, ha n'hon eus ket pedet an AOTROU hon Doue, evit hon distreiń diouzh hon direizhder hag hon lakaat evezhiek ouzh da wirionez.

14  Hag an AOTROU a zo bet evezhiek gant ar boan en deus lakaet da zont warnomp, rak an AOTROU hon Doue a zo reizh en e holl oberennoł en deus graet, ha n'hon eus ket sentet ouzh e vouezh.

15  Ha bremań, Aotrou hon Doue, te hag ac'h eus tennet da bobl eus bro Ejipt gant un dorn kreńv, hag ac'h eus graet dit un anv evel ma emań hiziv, pec'het hon eus, graet hon eus an droug.

16  Aotrou, hervez da reizhder, distro da gounnar ha da fulor diouzh kźr Jeruzalem, da venez santel, rak en abeg d'hor pec'hedoł ha da zireizhder hon tadoł, ez eo Jeruzalem ha da bobl un dismegańs d'an holl re a zo en-dro deomp.

17  Bremań, o hon Doue, selaou ouzh pedenn da servijer hag ouzh e c'houlennoł! Abalamour da garantez an Aotrou, laka da zremm da lugerniń war da santual glac'haret.

18  Va Doue, ro da skouarn ha selaou, digor da zaoulagad ha sell ouzh hor glac'har hag ouzh ar gźr ma'z eo galvet da anv warni. Rak n'eo ket abalamour d'hor reizhder e kinnigomp hor goulennoł dirak da zremm, met abalamour da'z trugarezioł bras.

19  AOTROU, selaou! AOTROU, pardon! AOTROU, bez evezhiek ha gra! Abalamour dit da-unan, va Doue, na zale ket, rak da anv a zo galvet war da gźr ha war da bobl.

20  Evel ma komzen, ma peden, ma'c'h anzaven va fec'hedoł ha pec'hedoł va fobl Israel, ma kinnigen va goulennoł dirak an AOTROU va Doue, evit menez santel va Doue,

21  evel ma komzen c'hoazh eta em fedenn, e teuas an den-se, Gabriel, am boa gwelet en ur weledigezh diagent, hag e tostaas en un nijadenn buan da'm c'havout, da goulz donezon an abardaez.

22  Hag e kelennas ac'hanon, e komzas ouzhin hag e lavaras: Daniel, bremań ez on deuet evit da lakaat fur ha skiantek.

23  E deroł da bedennoł ur gomz a zo deuet er-maez, hag ez on deuet d'he disklźriań dit, rak ez out ur c'haret-mat. Bez evezhiek ouzh ar gomz ha kompren ar weledigezh.

24  Dek sizhunvezh ha tri-ugent a zo divizet war da bobl ha war da gźr santel evit terriń an disentidigezh, evit lakaat termen d'ar pec'hedoł, evit ober dic'haou evit an direizhder, evit degas ar reizhder peurbadus, evit siellań ar weledigezh hag ar brofediezh, evit oleviń Sant ar sent.

25  Anavez eta ha kompren: Adalek ermaeziadenn ar gomz o kemenn distreiń hag adsevel Jeruzalem, betek ar Mesiaz (= an Olevad = ar C'hrist), ar Prińs, e vo seizh sizhun ha div sizhun ha tri-ugent. Ar straedoł hag ar c'hleuzioł a vo adsavet, met en un amzer fall.

26  Goude an div sizhun ha tri-ugent, ar Mesiaz a vo lamet, met ne vo ket evitań e-unan. Distrujet e vo kźr hag ar santual gant pobl ur mestr a zeuio, hag he diwezh a c'hoarvezo gant ul lińvadenn; ar glac'haroł a zo merket betek dibenn ar brezel.

27  Startaat a raio un emglev gant meur a hini e-pad ur sizhunvezh, ha da hanter ar sizhun e raio paouez an aberzh hag an donezon, ha war askell an euzhusted e vo ar glac'harer, betek ma teuio an diskar a zo bet divizet da gouezhań war ar glac'haret.

 

Pennad 10

1  D'an trede bloaz eus Kiruz roue Persia, ur gomz a voe diskuliet da Zaniel, a oa anvet Beltshazar. Ar gomz-se a zo gwirion, kemenn a ra ur stourm bras. Hag e komprenas ar gomz, hag ec'h intentas ar weledigezh.

2  En amzer-se, me, Daniel, a voe e kańv e-pad teir sizhunvezh.

3  Ne zebris meuz saourus ebet, na kig na gwin n'eas da'm genoł, n'en em olevis ket, ken na voe tremenet an teir sizhunvezh.

4  D'ar pevare deiz warn-ugent eus ar miz kentań, e oan war ribl ar stźr vras Hiddekel,

5  hag e savis va daoulagad hag e sellis, ha setu un den gwisket gant lin, e zivgroazell gourizet gant aour Ufaz.

6  E gorf a oa evel a grizolit, e zremm a lugerne evel ul luc'hedenn, e zaoulagad a oa evel lampoł-tan, e zivrec'h hag e dreid a oa o skediń evel liv arem lufret, mouezh e gomzoł a oa evel mouezh un engroez.

7  Me, Daniel va-unan, a welas ar weledigezh, hag an dud a oa ganin ne weljont ket ar weledigezh, met ur spont bras a gouezhas warno hag e tec'hjont da guzh.

8  Neuze e chomis va-unan hag e welis ar weledigezh vras-se, ha ne chomas ennon nerzh ebet. Liv va dremm a cheńchas hag e teuas da vezań morlivet, ha ne'm boe ken a nerzh.

9  Hag e klevis mouezh e gomzoł, ha pa em boe o c'hlevet e kouezhis war va dremm o kousket, va dremm d'an douar.

10  Ha setu un dorn a stokas ouzhin hag a reas din en em lakaat war va daoulin ha war balvoł va dorn.

11  Hag e lavaras din: Daniel, den karet-mat, kompren ar c'homzoł a lavaran dit ha chom ez sav, rak bremań ez on bet kaset da'z kavout. P'en doe lavaret ar c'homzoł-se din, en em zalc'his em sav en ur grenań.

12  Hag e lavaras din: Na'z pez ket aon, Daniel, rak adalek an deiz ma ec'h eus kemeret a galon da gompren ha da nec'hiń dirak da Zoue, da gomzoł a zo bet selaouet, hag en abeg da'z komzoł ez on deuet.

13  Met penn rouantelezh Persia en deus stourmet ouzhin e-pad un deiz warn-ugent. Ha setu, Mikael, unan eus ar pennoł-bras, a zo deuet da'm sikour, hag ez on chomet eno e-kichen rouaned Persia.

14  Dont a ran bremań evit reiń dit da anavezout ar pezh a c'hoarvezo gant da bobl en deizioł diwezhań, rak ez a ar weledigezh betek an deizioł-se.

15  E-pad ma lavare ar c'homzoł-se din, e talc'hen va dremm troet d'an douar hag e chomen mut.

16  Ha setu, unan bennak heńvel ouzh mibien an den a stokas ouzh va muzelloł. Neuze e tigoris va genoł ha e komzis, o lavarout d'an hini en em zalc'he dirazon: Va aotrou, gant ar weledigezh, an enkrez a zo kroget ennon, ne'm eus ken a nerzh.

17  Penaos e c'hellfe servijer va aotrou komz gant va aotrou, bremań n'eus ken ennon nerzh ebet, ha ne chom anal ebet ganin?

18  Neuze an hini en doa neuz un den a stokas ouzhin a-nevez hag am c'hreńvaas.

19  Hag e lavaras din: Na'z pez ket aon, den karet-mat, ra vo ar peoc'h ganit! Kalon! Kalon! Evel ma komze ouzhin e voen kreńvaet hag e lavaris: Ra gomzo va aotrou, rak va c'hreńvaet ec'h eus.

20  Hag e lavaras: Ha gouzout a rez perak ez on deuet betek ennout? Ha bremań e tistroan da stourm ouzh penn Persia. Hag ez in kuit, ha setu penn Javan a zeuio.

21  Koulskoude disklźriań a rin dit ar pezh a zo skrivet e skritur ar wirionez. N'eus den hag en em zalc'hfe ganin en traoł-se, nemet Mikael ho penn.

 

Pennad 11

1  D'ar c'hentań bloaz eus Dariuz ar Med, me en em zalc'he en e gichen, evit e sikour hag e greńvaat.

2  Bremań e tisklźrin dit ar wirionez: Setu, e vo c’hoazh tri roue e Persia, hag ar pevare a berc'henno muioc'h a binvidigezhioł eget an holl reoł all. Ha pa vo deuet da vezań galloudek gant e binvidigezhioł, hemań a atizo an holl dud a-enep rouantelezh Javan.

3  Met sevel a raio ur roue nerzhus a reno gant ur galloud bras hag a raio ar pezh a fello dezhań.

4  Ha pa vo savet, e vo bruzunet e rouantelezh, a vo rannet etrezek pevar avel an neńvoł. Ne vo ket roet d'e lignez, nag hervez e c'halloud m'en devo renet gantań, rak e rouantelezh a vo drailhet ha roet da reoł all e-lec'h d'ar re-se.

5  Roue ar c'hreisteiz a vo kreńv, met unan eus e bennoł a zeuio da vezań nerzhusoc'h egetań hag a reno; e vestroniezh a vo ur vestroniezh vras.

6  A-benn un nebeud bloavezhioł ec'h unanint, ha merc’h roue ar c'hreisteiz a zeuio da gavout roue an hanternoz evit ober ar feur. Met hi ne viro ket nerzh ur vrec'h, na zalc'ho ket, nag he brec'h hec'h-unan. Droukroet e vint, hi, ar re o devo he degaset, he bugel, hag an hini en devo he harpet en amzerioł-se.

7  Met ur bount eus he gwrizioł a savo en e lec'h. Dont a raio gant un arme, hag e yelo e kreńvlec'hioł roue an hanternoz d'oberiań a-enep dezho, hag e vo galloudek.

8  Hag e tougo zoken d'an Ejipt o doueoł dalc'het gant o skeudennoł teuzet hag o listri prizius arc'hant hag aour. Goude en em zalc'ho e-pad bloavezhioł pell diouzh roue an hanternoz.

9  Hennezh a kerzho a-enep rouantelezh ar c'hreisteiz, met e tistroio d'e vro.

10  Met e vibien a savo hag a zastumo ur maread bras a soudarded. Unan a yelo a-raok hag en em stlabezo evel ur froud o tremen hag o tont adarre, hag e tougo ar brezel betek e greńvlec’h.

11  Roue ar c'hreisteiz, droug ennań, a yelo er-maez hag a stourmo a-enep roue an hanternoz. Sevel a raio ur maread bras, hag ar maread a vo lakaet etre e zaouarn.

12  Goude bezań trec'het ar maread, e galon a c'hwezo. Lakaat a raio milieroł da gouezhań, met ne vo ket kreńvaet a gement-se.

13  Roue an hanternoz a zistroio hag a zastumo ur maread brasoc'h eget an hini kentań, hag a-benn bloavezhioł, a-dra-sur ec'h addeuio gant ur arme vras hag aveadurioł bras.

14  En amzer-se kalz en em savo a-enep roue ar c'hreisteiz, ha tud taer eus da bobl en em savo da gas da benn ar weledigezh, met e kouezhint.

15  Roue an hanternoz a zeuio, hag a savo tosennoł, hag a dapo kźrioł kreńv. Divrec'h ar c'hreisteiz ne c’hellint ket herzel, nag e bobl a-zibab, rak n'o devo ket an nerzh da herzel.

16  An hini a vo deuet a-enep dezhań a raio evel m'en devo c'hoant, ha ne vo den da zerc'hel dirazań. Hag ec'h ehano e bro ar gloar, o tistrujań dre e zorn.

17  Hag e tinodo en e benn dont gant nerzh e holl rouantelezh hag ober peoc'h gant roue ar c'hreisteiz. Hag e roio dezhań e verc'h evit e c'holl. Met kement-se ne droio ket war an tu a-vat, ha ne vo ket dezhań.

18  Goude e troio e zremm etrezek an inizi, hag e tapo meur a hini, met ur penn a dorro e zismegańs hag a lakaio e zismegańs da gouezhań warnań.

19  Goude e troio e zremm etrezek kreńvlec’hioł e vro, met e vrańsello, e kouezho, ha ne vo ket kavet ken.

20  En e lec'h e savo unan all a gaso un tailhanter da lec'h ar gloar eus ar rouantelezh. A-benn nebeud deizioł e vo bruzunet, ha ne vo na dre gounnar na dre vrezel.

21  En e lec'h e savo un den disprizet, ha na vo ket roet enor ar roue dezhań. Dont a raio peoc'hiek hag e kemero ar rouantelezh dre douelloł.

22  Nerzhoł al lińvadenn a vo beuzet a-zirazań, hag e vint bruzunet, kenkoulz ha penn un emglev.

23  Met goude an emglev graet gantań, e raio gant touellerezh, hag e pigno, hag e vo kreńv gant nebeut a dud.

24  Dont a raio peoc'hiek war zouaroł druz ar provińs, hag e raio ar pezh n'o deus ket graet e dadoł, na tadoł e dadoł. An diwisk, ar preizh hag ar madoł a skigno en o zouez, hag ec'h ijino divizoł a-enep ar c’hreńvlec’hioł, ha kement-se e-pad un amzer.

25  Goude e tihuno e nerzh hag e galon a-enep roue ar c'hreisteiz gant un arme vras. Roue ar c'hreisteiz a yelo d'ar brezel gant un arme vras ha kreńv-meurbet, met ne zalc'ho ket rak e vo savet iriennoł en e enep.

26  Ar re a zebr meuzioł e daol en bruzuno, e arme a vo beuzet, ha kalz a dud a gouezho gloazet d'ar marv.

27  An daou roue o devo o c'halonoł o klask ober an droug, hag ouzh un hevelep taol e komzint gant touell. Met kement-se a chomo berr, d'ar c'houlz merket e vo un diwezh.

28  Distreiń a raio d'e vro gant pinvidigezhioł bras, hag e galon a vo a-enep an emglev santel. Oberiań a raio hag e tistroio d'e vro.

29  D'ar c'houlz merket e tistroio a-nevez da zont a-enep ar c'hreisteiz, met ar wech-mań ne vo ket evel ar wech kentań.

30  Listri Kitim a zeuio a-enep dezhań, hag e vo digalonekaet, hag e tistroio, hag e fuloro a-enep an emglev santel. Oberiań a raio hag e tistroio, hag en em glevo gant ar re a zilez an emglev santel.

31  Nerzhioł deuet eus e berzh a saotro ar santual, ar c'hreńvlec'h, a raio paouez an aberzh hollbad, hag a lakaio eno an euzhusted eus ar glac'har.

32  Hag e touello ar re a dorr an emglev en ur lubaniń anezho. Met pobl ar re a anavez o Doue a vo kalonek hag a oberio.

33  Ar re boellek e-touez ar bobl a gelenno meur a hini, met e kouezhint e-pad deizioł dre ar c'hleze, dre ar flamm, dre an dalc'herezh ha dre ar preizherezh.

34  Pa gouezhint e vint skoazellet gant un nebeud a sikour, met kalz a unano ganto dre bilpouzerezh.

35  Hag e-touez ar re boellek, hiniennoł a gouezho evit ma vint amprouet, glanaet ha gwennaet, betek amzer an diwezh, rak ne zeuio nemet d'an amzer merket.

36  Ar roue a raio ar pezh a fello dezhań hag a lorc'henno hag en em uhelaio dreist pep doue. Hag e lavaro traoł souezhus a-enep Doue an doueoł, hag e raio berzh betek ma vo ar vrouez kaset da benn, rak ar pezh a zo divizet a c'hoarvezo.

37  Ne zalc'ho ket kont eus doueoł e dadoł nag eus karantez ar maouezed, ne zalc'ho kont eus doue ebet, rak en em uhelaio dreist pep tra.

38  Met ec'h enoro doue ar c'hreńvlec'hioł en o lec'h, un doue dianavezet gant e dadoł, a enoro gant aour, arc'hant, mein prizius ha traoł c'hoantus.

39  Hag e labouro evel-se a-enep difennoł ar c'hreńvlec'hioł gant un doue estren, ha d'ar re a anavezo anezhań, e kresko o gloar, o lakaio da ren war galz, hag e lodenno dezho ar vro da c'hopr.

40  Ha da vare an diwezh, roue ar c'hreisteiz a stoko outań, met roue an hanternoz a zeuio en e enep evel ur barr-avel gant kirri, marc'hegerien ha listri niverus. Dont a raio war an douaroł, en em stlabezo evel ur froud hag e tremeno.

41  Dont a raio da vro ar gloar, ha kalz a gouezho. Met ar re-mań a dec'ho diouzh e zorn: Edom, Moab ha re bennań mibien Ammon.

42  Astenn a raio e zorn war ar broioł, ha bro Ejipt ne dec'ho ket.

43  Hag e vo mestr war an teńzorioł aour hag arc'hant, ha war holl draoł prizius an Ejipt. Al Libiz hag an Etiopiz a vo war e lerc'h.

44  Met keleier eus ar sav-heol hag eus an hanternoz a zeuio d'e drubuilhań, hag e yelo er-maez gant ur fulor bras evit distrujań ha kas da get kalz.

45  Hag e savo teltennoł e balez etre ar morioł, ouzh ar menez santel glorius. Koulskoude e teuio d'e ziwezh, ha den ne sikouro anezhań.

 

Pennad 12

1  En amzer-se e savo Mikael ar penn bras, a zalc'h start evit mibien da bobl. Hag e vo un amzer a c'hlac'har, evel n'eus ket bet abaoe ma ez eus broadoł betek ar mare-se. En amzer-se, e tec'ho piv bennak eus da bobl a vo kavet skrivet el levr.

2  Ha kalz eus ar re a zo o kousket e poultr an douar a zihuno, darn evit ar vuhez peurbadus, ha darn evit an dismegańs hag ar vezh peurbadus.

3  A re a vo bet fur a lugerno evel splannder an ec'honder, hag ar re o devo degaset kalz d'ar reizhder a lugerno evel stered, dalc'hmat ha da viken.

4  Ha te Daniel, mir kuzh ar c'homzoł-se, siell al levr betek amzer an diwezh. Kalz a redo amań hag ahont, hag an anaoudegezh a gresko.

5  Ha me Daniel a sellas, ha setu daou all en em zalc'he en o sav, unan en tu-mań da ribl ar stźr, hag egile en tu all da ribl ar stźr.

6  Unan anezho a lavaras d'an den gwisket gant lin a oa dreist doureier ar stźr: Pegoulz e vo echu ar burzhudoł-se?

7  Hag e klevis an den gwisket gant lin a oa dreist doureier ar stźr; sevel a reas e zorn dehou hag e zorn gleiz etrezek an neńvoł, hag e touas dre an Hini a vev da viken, e vo a-benn un amzer hag amzerioł hag un hanter-amzer; ha pa vo echuet da stlabezań nerzh ar bobl santel, an holl draoł-se a vo kaset da benn.

8  Hag e klevis met ne gomprenis ket. Neuze e lavaris: Va aotrou, petra a vo diwezh an traoł-se?

9  Hag e lavaras: Kae, Daniel, rak ar c'homzoł-se a zo kuzhet ha siellet betek amzer an diwezh.

10  Meur a hini a vo glanaet, gwennaet hag amprouet. Ar re zrouk a oberio gant drougiezh, ha den drouk ebet ne gompreno, met ar re fur a gompreno.

11  Adalek an amzer ma paouezo an aberzh hollbad ha ma vo lakaet an euzhusted eus ar glac'har, e vo mil daou c'hant dek deiz ha pevar-ugent.

12  Eürus an hini a c'hortozo hag a zeuio betek mil tri c'hant pemp deiz ha tregont.

13  Met te, kae da'z tiwezh. Diskuizhań a ri, hag e chomi ez sav evit da lod e dibenn da zeizioł.