LEVR

ESTER

 

Pennad 1

1  En amzer Asueruz, an Asueruz-mań a oa an hini a rene adalek India betek Etiopia war gant seizh provińs warn-ugent,

2  en amzer-se, evel ma oa azezet ar roue Asueruz war dron e rouantelezh e Suza ar gźrbenn,

3  er trede bloaz eus e ren, e reas ur fest d'e holl brińsed ha d'e holl servijerien. Pennoł arme Persia ha Media, aotrounez ha prińsed ar provińsoł a oa dirazań.

4  Diskouez a reas dezho pinvidigezhioł e rouantelezh glorius ha splannder kaer e veurdez e-pad un niver bras a zeizioł, kant ha pevar-ugent deiz.

5  Pa voe tremenet an deizioł-se, ar roue a reas ur fest e-pad seizh devezh, e leurenn liorzh palez ar roue, d'an holl bobl en em gave e Suza ar gźrbenn, eus ar brasań d'ar bihanań.

6  Palennoł gwenn, gwer ha limestra a oa staget gant kerdin lin fin ha tane ouzh lagadennoł arc'hant ha peulioł marmor. Gweleoł aour hag arc'hant a oa lakaet war bavezioł porfir, marmor, nakr ha marbr-du.

7  Roet e veze da evań e podoł aour, a oa disheńvel etrezo, hag e oa gwin roueel a-fonn, hervez largentez ar roue.

8  Evel ma oa urzhiet, den ne oa bountet da evań, rak ar roue en doa gourc'hemennet start d'e holl hanafourien servijań evel ma felle da bep hini.

9  Vasti, ar rouanez, a reas ivez ur fest evit ar gwragez, e palez ar roue Asueruz.

10  D'ar seizhvet deiz, pa voe laouenaet kalon ar roue gant ar gwin, e c'hourc'hemennas da Vehuman, Bizta, Harbona, Bigta, Abagta, Zetar ha Karkaz, ar seizh spazhad a servije dirak ar roue Asueruz,

11  degas Vasti ar rouanez dirak ar roue, gant ar gurunenn roueel, evit diskouez d'an dud ha d'ar brińsed he c'haerded, rak kaer e oa he dremm.

12  Met ar rouanez Vasti ne fellas ket dezhi sentiń ouzh ar gourc'hemenn en doa roet dezhi ar roue dre ar spazhidi. Hag ar roue a gounnaras meurbet, e fulor en em danas ennań.

13  Neuze ar roue a gomzas d'ar re fur o doa anaoudegezh an amzerioł. Rak evel-se e rae ar roue gant e aferioł, e-keńver an holl re a anaveze al lezenn hag ar varn.

14  Ar re dostań outań a oa Karshena, Shetar, Admata, Tarsiz, Merez, Marsena ha Memukan, seizh prińs eus Persia hag eus Media, a wele dremm ar roue, hag a zalc'he ar renk kentań er rouantelezh.

15  Petra a raimp hervez al lezenn d'ar rouanez Vasti, dre ma n'he deus ket sentet ouzh an urzh en doa roet dezhi ar roue Asueruz dre ar spazhidi?

16  Neuze Memukan a lavaras dirak ar roue hag ar brińsed: Ar rouanez Vasti n'he deus ket graet fall e-keńver ar roue hepken, met ivez e-keńver an holl brińsed hag an holl bobloł a zo en holl brovińsoł ar roue Asueruz.

17  Rak ar pezh he deus graet ar rouanez a vo anavezet gant an holl wragez, hag a raio dezho disprizań o friedoł; lavarout a raint: Ar roue Asueruz en doa gourc'hemennet degas dezhań ar rouanez, ha n'eo ket deuet.

18  Hiziv, prińsezed Persia ha Media, o vezań anavezet ar pezh he deus graet ar rouanez, a responto en hevelep doare da holl brińsed ar roue. Hag e c'hoarvezo kalz a zispriz hag a gounnar.

19  Mar kav mat ar roue, ra vo embannet un urzh roueel eus e berzh, ha ra vo skrivet e lezennoł Persia ha Media, ha ra vo didorrus, penaos na zeuio ken Vasti dirak ar roue Asueruz, hag e roio ar roue ar vriegezh a rouanez da unan all, gwelloc'h egeti.

20  Ha pa vo anavezet an urzh en devo graet ar roue, en e holl rouantelezh, daoust pegen bras eo, an holl wragez a enoro o friedoł, eus ar brasań d'ar bihanań.

21  Ar gomz-se a blijas d'ar roue ha d'e brińsed, hag ar roue a reas hervez ar pezh en doa lavaret Memukan.

22  Kas a reas lizheroł da holl brovińsoł ar roue, da bep provińs hervez e zoare da skrivań ha da bep pobl hervez e yezh, evit ma vefe pep gwaz mestr en e di. Embannet e voe hervez yezh pep pobl.

 

Pennad 2

1  Goude an traoł-se, pa voe sioulaet kounnar ar roue Asueruz, en doe sońj eus Vasti hag eus ar pezh he doa graet, hag eus ar pezh en doa divizet en he c'heńver.

2  An dud yaouank a servije ar roue a lavaras: Ra vo klasket evit ar roue merc'hed yaouank gwerc'h ha koant,

3  ha ra lakaio ar roue kefridiourien en holl brovińsoł e rouantelezh, da zastum an holl verc'hed yaouank gwerc'h ha koant e Suza ar gźrbenn, e ti ar gwragez, dindan evezh Hegai spazhad ar roue, diwaller ar gwragez, ha ra vo roet dezho ar pezh a zo ret evit en em gempenn.

4  Hag ar plac'h yaouank a blijo d'ar roue a reno e-lec'h Vasti. Kement-se a blijas d'ar roue, hag e reas evel-se.

5  Hag e oa e Suza ar gźrbenn ur Yuzev anvet Mardoke, mab Jair, mab Shimei, mab Kish, ur Benjaminad,

6  a oa bet harluet eus Jeruzalem gant ar brizonidi harluet gant Jekonia roue Juda, en doa harluet Nebukadnezar roue Babilon.

7  Sevel a rae Hadasa, hag a zo Ester, merc'h e eontr, rak n'he doa na tad na mamm. Ar plac'h yaouank a oa a vent kaer ha koant. Goude marv he zad hag he mamm, Mardoke en doa he c'hemeret evel e verc'h.

8  Pa voe anavezet komz hag urzh ar roue, ha ma voe dastumet un niver bras a verc'hed e Suza ar gźrbenn dindan evezh Hegai, Ester a voe degaset da di ar roue dindan evezh Hegai, diwaller ar gwragez.

9  Ar plac'h yaouank a blijas dezhań hag a gavas gras dirazań. Hastań a reas reiń dezhi ar pezh a oa ret evit en em gempenn hag evit he bevańs. Hag e roas dezhi seizh plac'h yaouank dibabet e ti ar roue, hag he lojań a reas gant ar seizh plac'h yaouank-se er gwellań lec'h eus ti ar gwragez.

10  Ester ne zisklźrias ket he fobl nag he ganedigezh, rak Mardoke en doa urzhiet dezhi na zisklźrje netra.

11  Bemdez Mardoke a bourmene dirak leurenn ti ar gwragez, evit gouzout penaos edo an traoł gant Ester ha petra e vije graet dezhi.

12  Pa errue gant pep plac'h yaouank an dro da vont da gavout ar roue Asueruz, goude bezań graet hervez al lezenn e-pad daouzek miz, rak evel-se en em rae deizioł o c'hempennadur, c'hwezh miz gant eoul mir, ha c'hwec'h miz gant c'hwezhioł-mat hag ezańsoł a bep seurt evit gwragez,

13  neuze, ar plac'h yaouank a yae da gavout ar roue. Kement tra a c'houlenne a veze roet dezhi, evit kas ganti eus ti ar gwragez da di ar roue.

14  Mont a rae e-barzh d'abardaez, ha diouzh ar beure e tistroe da eil ti ar gwragez, dindan evezh Shaashgaz, spazhad ar roue, diwaller ar serc'hed. Ne yae ken etrezek ar roue, nemet hag e c'hoantafe ar roue hag e vefe galvet dre hec'h anv.

15  Pa erruas tro Ester merc'h Abikail, eontr Mardoke, en doa he c'hemeret evel e verc'h, da vont da gavout ar roue, ne c'houlennas netra nemet ar pezh a lavarfe Hegai spazhad ar roue, diwaller ar gwragez. Ester a gave gras dirak an holl re a wele anezhi.

16  Evel-se Ester a voe degaset d'ar roue Asueruz, d'e di roueel, d'an dekvet miz, a oa miz Tevet, er seizhvet bloaz eus e ren.

17  Ar roue a garas Ester muioc'h eget an holl wragez, hi a gavas gras ha madelezh dirazań muioc'h eget an holl werc'hezed. Lakaat a reas ar gurunenn roueel war he fenn, hag e reas anezhi rouaned e-lec'h Vasti.

18  Ar roue a reas ur fest bras evit e holl brińsed hag e servijerien, fest Ester. Hag e roas diskuizh d'ar provińsoł, ha donezonoł hervez largentez ar roue.

19  Evel ma oa dastumet ar gwerc'hezed un eil gwech, Mardoke a oa azezet ouzh dor ar roue.

20  Ester n'he doa ket disklźriet he ganedigezh nag he fobl, evel m'en doa urzhiet dezhi Mardoke, rak e rae hervez komzoł Mardoke, evel pa oa savet en e di.

21  En deizioł-se, e-pad ma oa azezet Mardoke ouzh dor ar roue, Bigtan ha Teresh, daou eus spazhidi ar roue a-douez gwarded an treuzoł, o vezań aet droug enno, a glaske lakaat o dorn war ar roue Asueruz.

22  Mardoke a ouezas kement-se, hag en roas da anavezout da Ester. Ester en lavaras d'ar roue a-berzh Mardoke.

23  Enklasket e voe an dra, ha kavet e oa gwir. An daou a voe krouget ouzh ur wezenn, ha kement-se a voe skrivet e levr an Danevelloł dirak ar roue.

 

Pennad 3

1  Goude an traoł-se, ar roue Asueruz a uhelaas Haman mab Hammedata an Agagad. E sevel a reas hag e lakaas e gador dreist hini an holl brińsed a oa gantań.

2  Holl servijerien ar roue a oa ouzh dor ar roue a blege hag a stoue dirak Haman, rak ar roue en doa gourc'hemennet-se en e geńver. Met Mardoke ne blege ket ha ne stoue ket dirazań.

3  Servijerien ar roue a oa ouzh dor ar roue a lavaras da Vardoke: Perak e torrez gourc'hemenn ar roue?

4  Goude bezań lavaret dezhań kement-se e-pad meur a zevezh, ne selaoue ket anezho, hag henn lavarjont da Haman, evit gwelout ha derc'hel a raje start Mardoke; rak lavaret en doa dezho e oa Yuzev.

5  Haman a welas na blege ket ha na stoue ket Mardoke dirazań, hag Haman a voe leun a fulor.

6  Met ne brize ket lakaat e dorn war Vardoke e-unan, rak diskuliet e oa bet dezhań pobl Mardoke. Hag Haman a glaskas distrujań an holl Yuzevien a oa dre-holl e rouantelezh Asueruz, dre ma oant pobl Mardoke.

7  D'ar miz kentań, a zo miz Nisan, er daouzekvet bloaz eus ar roue Asueruz, e voe taolet ar Pour, da lavarout eo ar sord, dirak Haman, evit pep devezh ha pep miz, betek an daouzekvet miz, a zo miz Adar.

8  Haman a lavaras d'ar roue Asueruz: Bez' ez eus ur bobl, stlabezet e-touez ar pobloł dre holl brovińsoł da rouantelezh, en em zalc'h a-du gant lezennoł disheńvel diouzh re an holl bobloł, ha ne viront ket lezennoł ar roue. N'eo ket dereat d'ar roue o lezel evel-se.

9  Mar kav mat ar roue, ra vo skrivet evit o distrujań, hag e lakain etre daouarn ar velestrourien dek mil talant arc'hant (~ 300 tonenn), evit ma vint kaset e teńzorioł ar roue.

10  Ar roue a lamas e walenn eus e zorn hag a roas anezhi da Haman mab Hammedata an Agagad, enebour ar Yuzevien.

11  Hag ar roue a lavaras da Haman: An arc'hant a zo roet dit, koulz ar bobl-se, da ober ganto evel ma kari.

12  D'an trizekvet deiz eus ar miz kentań e voe galvet skriverien ar roue, hag e voe skrivet ar pezh en doa gourc'hemennet Haman da ofiserien ar roue, da c'houarnourien pep provińs, da brińsed pep pobl, da bep provińs hervez e zoare da skrivań ha da bep pobl hervez e yezh. Kement-se a voe skrivet en anv ar roue Asueruz, ha siellet gant gwalenn ar roue.

13  Hag al lizheroł a voe kaset dre rederien da holl brovińsoł ar roue, evit ma vije kaset da get, lazhet, distrujet an holl Yuzevien, ar re yaouank evel ar re gozh, ar vugale hag ar maouezed, en un hevelep devezh, an trizekvet eus an daouzekvet miz, a zo miz Adar, ha ma vije preizhet o madoł.

14  Al lizheroł skrivet evel-se a zouge ma vije embannet an urzh-se e pep provińs, ha ma vije meneget d'an holl bobloł, evit bezań prest a-benn an deiz-se.

15  Ar rederien a hastas buan war c'hourc'hemenn ar roue, hag an urzh a voe ivez embannet e Suza ar gźrbenn. E-pad ma oa ar roue hag Haman azezet da evań, kźr Suza a oa mantret.

 

Pennad 4

1  Pa anavezas Mardoke ar pezh a c'hoarveze, e rogas e zilhad, e wiskas ur sac'h ha ludu, hag ez eas dre gźr o krial gant kriadennoł kreńv ha c'hwerv.

2  Hag e teuas betek dirak dor ar roue, rak ne c'helle den gwisket gant ur sac'h mont dre zor ar roue.

3  Hag e pep provińs, el lec'hioł ma oa erruet urzh ar roue hag e gemenn, ar Yuzevien a voe en ur glac'har bras, o yunań, o ouelań hag oc'h hirvoudiń. Kalz a c'hourveze war seier ha ludu.

4  Mitizhien Ester hag he spazhidi a zeuas d'he c'havout hag a lavaras dezhi kement-se. Ar rouanez a voe gwall spouronet, hag e kasas dilhad da wiskań Mardoke, evit ma lamje e sac'h diwarnań, met n'o c'hemeras ket.

5  Neuze Ester a c'halvas Hatak, unan eus spazhidi ar roue, a oa bet lakaet evit he servijań; hag hi a c'hourc'hemennas dezhań goulenn digant Mardoke petra en devoa ha perak e rae evel-se.

6  Hatak a yeas eta da gavout Mardoke war al leurgźr a oa dirak dor ar roue.

7  Mardoke a zisklźrias dezhań kement a oa c'hoarvezet ha pegement a arc'hant en doa prometet Haman da baeań da deńzor ar roue diwar-benn ar Yuzevien, evit o distrujań.

8  Hag e roas dezhań un eilskrid eus ar skrid-urzh a oa bet embannet e Suza d'o distrujań, evit e ziskouez da Ester ha reiń dezhi da gompren an traoł, hag evit lavarout dezhi mont da di ar roue ha goulenn digantań gras hag e aspediń e-keńver ar bobl.

9  Hatak a zeuas da zisklźriań da Ester komzoł Mardoke.

10  Ester a gomzas ouzh Hatak, hag a c'hourc'hemennas dezhań lavarout da Vardoke:

11  Holl servijerien ar roue ha pobl provińsoł ar roue a anavez ez eus ul lezenn penaos piv bennak, den pa maouez, a ya e ti ar roue, e leurenn an diabarzh, hep bezań bet galvet, a zo lakaet d'ar marv, nemet ec'h astenn dezhań ar roue e vazh aour, rak a-gement-se e c'hell bevań. Ha me n'on ket bet galvet da di ar roue abaoe tregont devezh.

12  Kaset e voe komzoł Ester da Vardoke.

13  Mardoke a reas respont da Ester: Na sońj ket enni da-unan, dre ma'z out e ti ar roue, e c'helli tec'hout da-unan a-douez an holl Yuzevien.

14  Mar tavez en amzer-mań, sikour ha silvidigezh a savo eus ul lec'h all bennak, met te ha ti da dad a yelo da get. Ha piv a oar ha n'eo ket evit un amzer evel houmań ez out deuet d'ar rouantelezh?

15  Ester a reas respont da Vardoke:

16  Kae, dastum an holl Yuzevien a zo e Suza, yunit evidon, na zebrit ha na evit netra e-pad tri deiz, ken en noz evel en deiz, me ha va mitizhien a yuno ivez, ha goude ez in da gavout ar roue evel-se, petra bennak ma'z eo enep al lezenn, ha ma c'hoarvez e varvin, me a varvo!

17  Mardoke a yeas hag a reas kement he doa gourc'hemennet dezhań Ester.

 

Pennad 5

1  D'an trede deiz Ester a wiskas he dilhad rouanez hag en em zalc'has e leurenn an diabarzh eus ti ar roue, a oa dirak ti ar roue. Ar roue a oa azezet war dron e rouantelezh, en ti roueel, e-tal dor an ti.

2  Pa welas ar rouanez Ester en em zalc'he war al leurenn, houmań a gavas gras dirazań. Ar roue a astennas da Ester ar vazh-roue aour a oa en e zorn. Ester a dostaas hag a stokas ouzh penn ar vazh.

3  Ar roue a lavaras dezhi: Petra a zo ganit, rouanez Ester, petra a c'houlennez? Ha pa vefe an hanter eus ar rouantelezh, roet e vo dit.

4  Ester a respontas: Mar kav mat ar roue, ra zeuio ar roue gant Haman hiziv d'ar fest am eus aozet evitań.

5  Hag ar roue a lavaras: Galvit buan Haman, evit ober ar pezh he deus lavaret Ester. Hag e teuas ar roue gant Haman d'ar fest he doa aozet Ester.

6  Ar roue a lavaras da Ester, e-pad ma veze evet ar gwin: Petra a c'houlennez? Roet e vo dit. Petra eo da c'hoant? Ha pa vefe an hanter eus ar rouantelezh, roet e vo dit.

7  Ester a respontas o lavarout: Setu va goulenn ha va c'hoant:

8  Mar em eus kavet gras dirak ar roue, ha mar kav mat ar roue reiń din va goulenn hag ober hervez va c'hoant, ra zeuio ar roue gant Haman d'ar fest a aozin evito, ha warc'hoazh e rin hervez ar pezh en deus lavaret ar roue.

9  Haman a yeas, en deiz-se, seder ha laouen e galon. Met pa welas ouzh dor ar roue Mardoke ha ne savas ket ha ne fińvas ket evitań, e voe leun a gounnar a-enep Mardoke.

10  Met Haman en em zalc'has hag a yeas d'ar gźr hag a gasas da gerc'hat e vignoned ha Zeresh e wreg.

11  Neuze Haman a gomzas dezho diwar-benn gloar e binvidigezhioł, niver e vibien, kement en doa graet ar roue evit e uhelaat, ha penaos en doa e savet dreist prińsed ha servijerien ar roue.

12  Haman a lavaras ivez: Zoken ar rouanez Ester n'he deus pedet nemedon da zont gant ar roue d'ar fest he deus graet, ha warc'hoazh ez on pedet ganti da vont adarre gant ar roue.

13  Met kement-se holl n'eo ket a-walc'h din, e-keit ha ma welin Mardoke ar Yuzev azezet ouzh dor ar roue.

14  Zeresh e wreg, hag e holl vignoned, a lavaras: Ra vo graet ur post-kroug uhel a hanter-kant ilinad (~ pemp metr warn-ugent), ha warc'hoazh beure lavar d'ar roue ma vo krouget Mardoke eno, ha kae laouen d'ar fest gant ar roue. An dra-se a blijas da Haman, hag e reas ober ar post-kroug.

 

Pennad 6

1  En noz-se ar roue ne c'hellas ket kousket, hag e c'hourc'hemennas degas levr an eńvorioł: an Danevelloł. Hag e voent lennet dirak ar roue.

2  Hag e voe kavet skrivet en doa disklźriet Mardoke diwar-benn Bigtan ha Teresh, daou eus spazhidi ar roue a-douez gwarded an treuzoł, o doa klasket lakaat o dorn war ar roue Asueruz.

3  Ar roue a lavaras: Peseurt enor ha peseurt bri a zo bet kinniget da Vardoke evit kement-se? Ha tud ar roue a servije anezhań a respontas: N'eus bet graet netra evitań.

4  Ar roue a lavaras: Piv a zo el leurenn? Haman a oa deuet e leurenn an diavaez eus ti ar roue, evit lavarout d'ar roue krougań Mardoke d'ar post-kroug en doa prientet evitań.

5  Tud ar roue a lavaras dezhań: Setu Haman a zo el leurenn; hag ar roue a lavaras: Ra zeuio-tre!

6  Haman eta a zeuas, hag ar roue a lavaras dezhań: Petra a vo graet evit un den a fell d'ar roue enoriń? Haman a lavaras en e galon: Da biv e fellfe d'ar roue ober muioc'h a enor eget din-me?

7  Hag Haman a lavaras d'ar roue: Diwar-benn an den a fell d'ar roue enoriń,

8  ra vo degaset dezhań dilhad roueel en deus gwisket ar roue, hag ur marc'h en deus aet ar roue warnań, ra vo lakaet ur gurunenn roueel war e benn,

9  ra vo roet an dilhad-se hag ar marc'h-se da unan eus prińsed uhelań ar roue, ra vo gwisket an den a fell d'ar roue enoriń, ra vo graet dezhań mont war varc'h dre straedoł kźr, ra vo huchet dirazań: Evel-se e vez graet d'an den a fell d'ar roue enoriń!

10  Neuze ar roue a lavaras da Haman: Hast buan, kemer an dilhad hag ar marc'h evel m'ec'h eus lavaret, ha gra evel-se da Vardoke ar Yuzev, a zo azezet ouzh dor ar roue. Na vank d'ober netra eus ar pezh ac'h eus lavaret.

11  Hag Haman a gemeras an dilhad hag ar marc'h, a wiskas Mardoke hag a lakaas anezhań da vont war varc'h dre straedoł kźr, en ur huchal dirazań: Evel-se e vez graet d'an den a fell d'ar roue enoriń!

12  Goude-se, Mardoke a zistroas da zor ar roue, hag Haman en em dennas buan d'e di, gwall c'hlac'haret, goloet e benn.

13  Hag Haman a gontas da Zeresh e wreg ha da e holl vignoned kement a oa c'hoarvezet. Neuze e re fur ha Zeresh e wreg a lavaras: Mard eo Mardoke, ha te a grogas da gouezhań dirazań, eus gouenn ar Yuzevien, ne drec'hi ket warnań, met kouezhań a ri dirazań.

14  Hag evel ma komzent c'hoazh gantań, spazhidi ar roue a zeuas hag a hastas degas Haman d'ar fest aozet gant Ester.

 

Pennad 7

1  Ar roue hag Haman a zeuas d'ar fest da di ar rouanez Ester.

2  Hag en eil deiz-se, ar roue a lavaras c'hoazh da Ester, e-pad ma veze evet ar gwin: Petra a c'houlennez rouanez Ester? Roet e vo dit. Petra eo da c'hoant? Ha pa vefe an hanter eus ar rouantelezh, roet e vo dit.

3  Ar rouanez Ester a respontas o lavarout: Mar em eus kavet gras dirazout, o roue, ha mar kav mat ar roue, ra vo roet din va buhez hervez va goulenn, ha va fobl hervez va c'hoant!

4  Rak gwerzhet omp bet, me ha va fobl, da vezań distrujet, lazhet, kaset da get. Ma vijemp gwerzhet evit bezań sklaved ha mitizhien, am bije tavet, petra bennak ma ne c'hellje ket ar gwasker dic'haouiń ar c'holl evit ar roue.

5  Hag ar roue Asueruz a gomzas ouzh ar rouanez Ester o lavarout: Piv eo, ha pelec'h emań an den en deus kredet en e galon ober kement-se?

6  Hag Ester a lavaras: Ar gwasker hag an enebour eo an den fall-mań, Haman. Hag Haman a voe spontet dirak ar roue hag ar rouanez.

7  Hag ar roue, en e fulor, a savas eus ar fest hag a yeas e liorzh ar palez. Haman a chomas evit azgoulenn e vuhez digant ar rouanez Ester, rak gwelout a rae en doa divizet ar roue e goll.

8  Pa zistroas ar roue eus liorzh ar palez da di ar fest, Haman a oa kouezhet war ar gwele ma oa Ester warnań. Ar roue a lavaras: Hag e vefe feuls e-keńver ar rouanez dirazon, en ti-mań? Adalek ma voe deuet ar gomz-se eus genoł ar roue, e voe goloet e zremm da Haman.

9  Hag Harbona, unan eus ar spazhidi, a lavaras dirak ar roue: Setu, ar post-kroug en deus graet Haman evit Mardoke, an hini en deus komzet evit mad ar roue, a zo savet e ti Haman, uhel a hanter-kant ilinad. Ar roue a lavaras: Ra vo krouget eno.

10  Hag e krougjont Haman ouzh ar post en doa prientet evit Mardoke. Hag e voe sioulaet kounnar ar roue.

 

Pennad 8

1  En deiz-se, ar roue Asueruz a roas d'ar rouanez Ester ti Haman, gwasker ar Yuzevien. Ha Mardoke a zeuas dirak ar roue, rak Ester he doa disklźriet piv e oa dezhi.

2  Ar roue a gemeras e walenn en doa graet lemel digant Haman, hag en roas da Vardoke. Hag Ester a lakaas Mardoke war di Haman.

3  Hag e kendalc'has Ester da gomz dirak ar roue, hag en em daolas d'e dreid o ouelań, hag e pedas anezhań da virout ouzh drougiezh Haman an Agagad d'oberiań er pezh en doa iriennet a-enep ar Yuzevien.

4  Ar roue a astennas da Ester ar vazh-roue aour. Ester a savas hag en em zalc'has en he sav dirak ar roue,

5  hag e lavaras: Mar kav mat ar roue ha mar em eus kavet gras dirazań, mar seblant dereat an dra d'ar roue ha mard on plijus dezhań, ra vo skrivet evit terriń al lizheroł a sell ouzh irienn Haman mab Hammedata an Agagad, hag en doa skrivet evit distrujań ar Yuzevien a zo en holl brovińsoł ar roue.

6  Rak penaos e c'hellfen gwelout an droug a dizhfe va fobl, penaos e c'hellfen gwelout distruj va gouenn?

7  Neuze ar roue Asueruz a lavaras d'ar rouanez Ester ha d'ar Yuzev Mardoke: Setu, roet em eus ti Haman da Ester, ha krouget eo bet d'ar post-kroug dre m'en doa astennet e zorn a-enep ar Yuzevien.

8  C'hwi eta, skrivit en anv ar roue e-keńver ar Yuzevien evel ma kavot mat, ha siellit gant gwalenn ar roue. Rak ur skrid, pa vez skrivet en anv ar roue ha siellet gant gwalenn ar roue, ne c'hell ket bezań torret.

9  Kerkent, d'an trede deiz warn-ugent eus an trede miz, a zo miz Sivan, skriverien ar roue a voe galvet. Hag e voe skrivet d'ar Yuzevien kement a c'hourc'hemennas Mardoke, da ofiserien, da c'houarnourien ha da brińsed ar provińsoł a oa adalek India betek Etiopia, kant seizh provińs warn-ugent, da bep provińs hervez e zoare da skrivań ha da bep pobl hervez e yezh, ha d'ar Yuzevien hervez o doare da skrivań hag hervez o yezh.

10  Skrivet e voe eta en anv ar roue Asueruz, hag e voe siellet al lizheroł gant gwalenn ar roue. Goude e voent kaset dre rederien war gezeg pe war vuled ganet eus kezekenned.

11  Al lizheroł a aotree ar Yuzevien a oa e pep kźr d'en em zastum hag d'en em zerc'hel evit difenn o buhez, da zistrujań, lazhań ha kas da get pep galloud a bobl hag a brovińs o gwaskfe hag a breizhfe o madoł, kenkoulz ar vugale hag ar vaouezed,

12  ha kement-se en un hevelep deiz, en holl brovińsoł ar roue Asueruz, en trizekvet deiz eus an daouzekvet miz, a zo miz Adar.

13  Al lizheroł skrivet evel-se a zouge ma vije embannet an urzh-se e pep provińs, ha ma vije meneget d'an holl bobloł, evit ma vije prest ar Yuzevien, en deiz-se, d'en em veńjiń eus o enebourien.

14  Ar rederien pignet war gezeg ha war vuled a hastas buan-tre war c'hourc'hemenn ar roue, hag an urzh a voe ivez embannet e Suza ar gźrbenn.

15  Mardoke a zeuas a-zirak ar roue, gant dilhad roueel limestra ha gwenn, ur gurunenn vras a aour, hag ur vantell a lin fin ha tane. Kźr Suza a laoske youc'hadennoł hag a laouenae.

16  Bez' e voe evit ar Yuzevien eurvad, eürusted, laouenidigezh hag enor.

17  E pep provińs hag e pep kźr, el lec'hioł ma oa erruet urzh ar roue hag e gemenn, e voe e-touez ar Yuzevien laouenidigezh hag eürusted, festoł ha deizioł gouel. Ha kalz dud a-douez pobloł ar vro en em reas Yuzevien, rak spont ar Yuzevien a oa kouezhet warno.

 

Pennad 9

1  D'an trizekvet deiz eus an daouzekvet miz, a zo miz Adar, pa'c'h erruas an deiz evit seveniń urzh ar roue hag e gemenn, an deiz ma c'hortoze enebourien ar Yuzevien bezań mestroł warno, ar c'hontrol a voe, ar Yuzevien a voe mestroł war ar re a gasae anezho.

2  Ar Yuzevien en em zastumas en o c'hźrioł, dre holl brovińsoł ar roue Asueruz, evit lakaat o dorn war ar re a glaske o c'holl. Ha den ne c'helle derc'hel dirazo, rak an aon razo a oa kouezhet war an holl bobloł.

3  Hag holl brińsed ar provińsoł, an ofiserien, ar c'houarnourien hag holl velestrourien ar roue a skoazellas ar Yuzevien, rak spont Mardoke a oa kouezhet warno.

4  Rak Mardoke a oa bras e ti ar roue, hag ar brud mat anezhań en em strewe dre an holl brovińsoł, rak ez ae an den Mardoke war vrasaat.

5  Ar Yuzevien a skoas war o holl enebourien a daolioł kleze, hag e voe ul lazhadeg hag un distruj. Ober a rejont evel ma plije dezho d'ar re o c'hasae.

6  E Suza ar gźrbenn, ar Yuzevien a lazhas hag a lakaas da varv pemp kant den,

7  ha Parshandata, Dalfon, Aspata,

8  Porata, Adalia, Aridata,

9  Parmashta, Arizai, Aridai, Vajezata

10  hag e lazhjont dek mab Haman mab Hammedata, enebour ar Yuzevien. Met ne lakajont ket o daouarn d'ar breizhadeg.

11  En deiz-se e voe lavaret d'ar roue niver ar re a oa bet lazhet e Suza ar gźrbenn.

12  Hag ar roue a lavaras d'ar rouanez Ester: E Suza ar gźrbenn, ar Yuzevien o deus lazhet hag lakaet da varv pemp kant den ha dek mab Haman. Petra o devo graet en nemorant eus provińsoł ar roue? Petra a c'houlennez? Roet e vo dit. Petra eo da c'hoant c'hoazh? Graet e vo dit.

13  Ester a lavaras: Mar kav mat ar roue, ra vo aotreet warc'hoazh adarre d'ar Yuzevien a zo e Suza ober hervez an urzh a hiziv, ha ra vo lakaet a-ispilh ouzh ar post dek mab Haman.

14  Hag ar roue a urzhias ober evel-se. An urzh a voe embannet e Suza, ha dek mab Haman a voe lakaet a-ispilh.

15  Ar Yuzevien a oa e Suza en em zastumas c'hoazh d'ar pevarzekvet deiz eus miz Adar, hag e lazhjont e Suza tri c'hant den. Met ne lakajont ket o daouarn d'ar breizhadeg.

16  An nemorant eus ar Yuzevien, a oa e provińsoł ar roue, en em zastumas hag en em zalc'has evit difenn o buhez, hag o doe diskuizh eus o enebourien, hag e lazhjont pemzek mil den ha tri-ugent eus ar re a gasae anezho. Met ne lakajont ket o daouarn d'ar breizhadeg.

17  Kement-se a c'hoarvezas d'an trizekvet deiz a viz Adar. D'ar pevarzekvet deiz e tiskuizhjont, hag e rejont anezhań un devezh fest ha levenez.

18  Ar Yuzevien a oa e Suza en em zastumas d'an trizekvet deiz ha d'ar pevarzekvet deiz, hag e tiskuizhjont d'ar pemzekvet, hag e rejont anezhań un devezh fest ha levenez.

19  Setu perak ar Yuzevien diwar ar maez, a zo o chom e kźrioł n'int ket serret gant mogerioł, a ra gant ar pevarzekvet deiz a viz Adar un devezh levenez ha fest, un deiz gouel, ma kaser profoł an eil d'egile.

20  Mardoke a skrivas an traoł-mań, hag a gasas lizheroł d'an holl Yuzevien a oa en holl brovińsoł ar roue Asueruz, ar re dost hag ar re bell,

21  evit gourc'hemenn dezho, bep bloaz, lidań ar pevarzekvet deiz hag ar pemzekvet deiz a viz Adar,

22  evel deizioł m'o doa diskuizhet ar Yuzevien eus o enebourien, hag evel ar miz ma voe kemmet o enkrez e levenez hag o c'hańv e devezh gouel, hag ober anezho devezhioł fest ha levenez, ma kaser profoł an eil d'egile ha ma reer donezonoł d'ar beorien.

23  Ar Yuzevien a gendalc'has gant ar pezh e oant en em lakaet d'ober, ha gant ar pezh en doa skrivet Mardoke dezho,

24  rak Haman mab Hammedata an Agagad, enebour ar Yuzevien, en doa iriennet a-enep ar Yuzevien evit o distrujań, hag en doa taolet ar Pour, da lavarout eo ar sord, evit o c'has da get hag o distrujań;

25  met pa voe deuet Ester dirak ar roue, hemań a c'hourc'hemennas dre lizheroł ma kouezhfe war benn Haman an irienn fall en doa ijinet a-enep ar Yuzevien, ha ma vefe krouget, eń hag e vibien, ouzh ar post.

26  Setu perak ez eo anvet an deizioł-se Pourim, eus ar ger Pour. Hag hervez komzoł al lizher-se, hervez ar pezh o doa gwelet ha ar pezh a oa c'hoarvezet ganto,

27  ar Yuzevien a ziazezas hag a degemeras evito, hag evit o diskennidi, hag evit an holl re en em unanfe dezho, e oa ret lidań bep bloaz an daou zeiz-se, hervez ar reolenn skrivet hag hervez ar c'houlz merket.

28  An deizioł-se a zlee bezań eńvoret ha lidet a oad da oad, e pep tiegezh, e pep provińs, e pep kźr, hag an deizioł Pourim-mań ne zleent ket mont da netra e-touez ar Yuzevien, na eńvoradur anezho mont da get e-touez o diskennidi.

29  Ar rouanez Ester merc'h Abikail hag ar Yuzev Mardoke a skrivas gant o holl nerzh, evit startaat un eil gwech al lizher-se diwar-benn ar Pourim.

30  Kaset e voe lizheroł d'an holl Yuzevien er c'hant seizh provińs warn-ugent eus rouantelezh Asueruz, gant komzoł a beoc'h hag a fealded,

31  evit diazezań an deizioł Pourim-mań en o c'houlz, evel m'o doa o diazezet ar Yuzev Mardoke hag ar rouanez Ester evito o-unan hag evel m'o doa o diazezet evit o diskennidi, da geńver o yunoł hag o hirvoudoł.

32  Evel-se urzh Ester a ziazezas an traoł e-keńver ar Pourim, hag ez eo bet skrivet el levr.

 

Pennad 10

1  Hag ar roue Asueruz a lakaas tailhoł war ar vro ha war inizi ar mor.

2  Diwar-benn an holl oberoł eus galloud ha nerzh Mardoke, ha diwar-benn munudoł e vraster, rak e voe uhelaet gant ar roue, ha n'eo ket skrivet e levr Danevelloł rouaned Media ha Persia?

3  Rak ar Yuzev Mardoke a voe an eil goude Asueruz, hag e voe bras e-touez ar Yuzevien, plijus d'e vreudeur niverus, o klask mad e bobl hag o komz evit eurvad e holl ouenn.