LEVR

EZDRA

 

Pennad 1

1  D'ar c'hentań bloaz eus Kiruz roue Persia, evit ma vefe sevenet komz an AOTROU lavaret dre Jeremiaz, an AOTROU a zihunas spered Kiruz roue Persia, a reas embann en e holl rouantelezh, ha zoken dre skrid, un urzh a lavare:

2  Evel-henn e komz Kiruz roue Persia: An AOTROU, Doue an neńvoł, en deus roet din holl rouantelezhioł an douar, hag eń e-unan en deus gourc'hemennet din sevel un ti dezhań e Jeruzalem a zo e Juda.

3  Piv ac'hanoc'h a zo eus e bobl? Ra vo e Zoue gantań, ra bigno da Jeruzalem a zo e Juda, ra savo ti an AOTROU, Doue Israel, an Doue a zo e Jeruzalem.

4  An holl re a van, e pep lec'h bennak ma'z emaint, ra sikouro tud al lec'h-se anezho gant arc'hant, aour, madoł, loened, en tu-hont d'ar profoł a youl vat a vo kinniget evit an ti eus Doue a zo e Jeruzalem.

5  Neuze pennoł tadoł Juda ha Benjamin, an aberzhourien hag al Levited, an holl re a zihunas Doue o spered, a savas evit pignat da sevel ti an AOTROU a zo e Jeruzalem.

6  An holl re a oa en-dro dezho a galonekaas anezho gant traoł arc'hant hag aour, madoł, loened, traoł prizius, en tu-hont d'ar profoł a youl vat.

7  Ar roue Kiruz a gasas er-maez listri ti an AOTROU, ar re en doa kaset kuit Nebukadnezar eus Jeruzalem, hag en doa lakaet e ti e zoue.

8  Kiruz roue Persia o c'hasas er-maez dre zorn Mitredad an teńzorer, a niveras anezho ouzh o reiń da Sheshbazar prińs Juda.

9  Ha setu niver anezho: tregont plad aour, mil plad arc'hant, nav c'hontell warn-ugent,

10  tregont kib aour, pevar c'hant dek kib arc'hant a eil renk, mil lestr all.

11  An holl listri aour pe arc'hant a oa pemp mil pevar c'hant. Sheshbazar o c'hemeras holl, pa voe lakaet an harluidi da vont kuit eus Babilon da Jeruzalem.

 

Pennad 2

1  Setu amań mibien ar brovińs a bignas eus an harlu, a-douez ar re en doa Nebukadnezar roue Babilon harluet da Vabilon, hag a zistroas da Jeruzalem hag da Juda, pep hini d'e gźr.

2  Dont a rejont gant Zorobabel, Jezua, Nehemia, Seraja, Reelaja, Mardoke, Bilshan, Mispar, Bigvai, Rehum, Baana. Niver an dud eus pobl Israel a voe:

3  mibien Parosh, daou vil kant daouzek ha tri-ugent;

4  mibien Shefatia, tri c'hant daouzek ha tri-ugent;

5  mibien Arak, seizh kant pemzek ha tri-ugent;

6  mibien Pakad-Moab, eus mibien Jezua ha Joab, daou vil eizh kant daouzek;

7  mibien Elam, mil daou c'hant pevar hag hanter-kant;

8  mibien Zatu, nav c'hant pemp ha daou-ugent;

9  mibien Zakai, seizh kant tri-ugent;

10  mibien Bani, c'hwec'h kant daou ha daou-ugent;

11  mibien Bebai, c'hwec'h kant tri warn-ugent;

12  mibien Azgad, mil daou c'hant daou warn-ugent;

13  mibien Adonikam, c'hwec'h kant c'hwec'h ha tri-ugent;

14  mibien Bigvai, daou vil c'hwec'h hag hanter-kant;

15  mibien Adin, pevar c'hant pevar hag hanter-kant;

16  mibien Ater, eus tiegezh Ezekiaz, triwec'h ha pevar-ugent;

17  mibien Bezai, tri c'hant tri warn-ugent;

18  mibien Jora, kant daouzek;

19  mibien Hashum, daou c'hant tri warn-ugent;

20  mibien Gibar, pemzek ha pevar-ugent;

21  mibien Betlehem, kant tri warn-ugent;

22  tud Netofa, c'hwec'h hag hanter-kant;

23  tud Anatod, kant eizh warn-ugent;

24  mibien Azmaved, daou ha daou-ugent;

25  mibien Kirjad-Arim, Kefira ha Beerod, seizh kant tri ha daou-ugent;

26  mibien Rama ha Geba, c'hwec'h kant unan warn-ugent,

27  tud Mikmaz, kant daou warn-ugent;

28  tud Betel hag Ai, daou c'hant tri warn-ugent;

29  mibien Nebo, daou hag hanter-kant;

30  mibien Magbish, kant c'hwec'h hag hanter-kant;

31  mibien un Elam all, mil daou c'hant pevar hag hanter-kant;

32  mibien Harim, tri c'hant ugent;

33  mibien Lod, Hadid hag Ono, seizh kant pemp warn-ugent;

34  mibien Jeriko, tri c'hant pemp ha daou-ugent;

35  mibien Senaa, tri mil c'hwec'h kant tregont;

36  aberzhourien, mibien Jedaja, eus ti Jezua, nav c'hant trizek ha tri-ugent;

37  mibien Immer, mil daou hag hanter-kant;

38  mibien Pashur, mil daou c'hant seizh ha daou-ugent;

mibien Harim, mil seitek;

40  Levited, mibien Jezua ha Kadmiel, a-douez mibien Hodavia, pevarzek ha tri-ugent;

41  kanerien, mibien Azaf, kant eizh warn-ugent;

42  mibien ar borzhierien, mibien Shallum, mibien Ater, mibien Talmon, mibien Akkub, mibien Hatita, mibien Shobai, kant nav ha tregont;

43  Netiniz, mibien Zika, mibien Hazufa, mibien Tabbaod,

44  mibien Keroz, mibien Siaha, mibien Padon,

45  mibien Lebana, mibien Hagaba, mibien Akkub,

46  mibien Hagab, mibien Shamlai, mibien Hanan,

47  mibien Giddel, mibien Gakar, mibien Reaja,

48  mibien Rezin, mibien Nekoda, mibien Gazzam,

49  mibien Uzza, mibien Paseak, mibien Besai,

50  mibien Asna, mibien Mehunim, mibien Nefuzim,

51  mibien Bakbuk, mibien Hakufa, mibien Harhur,

52  mibien Batlud, mibien Mehida, mibien Harsha,

53  mibien Barkoz, mibien Sisera, mibien Tamak,

54  mibien Neziak, mibien Hatifa,

55  mibien servijerien Salomon, mibien Sotai, mibien Sofered, mibien Peruda,

56  mibien Jaala, mibien Darkon, mibien Giddel,

57  mibien Shefatia, mibien Hattil, mibien Pokered-Hazebaim, mibien Ami,

58  an holl Netiniz ha mibien servijerien Salomon a voe tri c'hant daouzek ha pevar-ugent.

59  Setu amań ar re a bignas eus Tel-Melak, eus Tel-Harsha, eus Kerub-Adan hag eus Immer, ha na c'helljont ket diskouez ti o zadoł, nag o gouenn, na ma oant eus Israel:

60  mibien Delaja, mibien Tobija, mibien Nekoda, c'hwec'h kant daou hag hanter-kant;

61  mibien an aberzhourien, mibien Habaja, mibien Koz, mibien Barzilhai, en doa kemeret da wreg unan eus merc'hed Barzilhai ar Galaadad hag a voe anvet diwar o anv.

62  Ar re-se a glaskas levr o nested, met ne voent ket kavet ennań, hag e voent taolet kuit eus ar velegiezh evel dic'hlan.

63  Ar gouarnour a lavaras dezho na zebrfent ket traoł santel-meurbet ken n'en em zalc'hfe an aberzhour dirak an Urim hag an Thummim.

64  An holl vodadeg a oa daou vil ha daou-ugent tri c'hant tri-ugent,

65  hep kontań o mevelien hag o mitizhien a oa seizh mil tri c'hant seizh ha tregont. Hag e oa daou c'hant kaner ha kanerez.

66  Bez' e oa seizh kant c'hwec'h marc'h ha tregont, daou c'hant pemp mul ha daou-ugent,

67  pevar c'hant pemp kańval ha tregont, c'hwec'h mil seizh kant ugent azen.

68  Pennoł tadoł, pa zeujont da di an AOTROU e Jeruzalem, a ginnigas profoł evit ti Doue, evit ma vefe adsavet en e lec'h.

69  Reiń a rejont da deńzor al labourioł, hervez o galloud, mil minenn aour ha tri-ugent, pemp mil minenn arc'hant, ha kant toneg aberzhourien.

70  An aberzhourien, al Levited, tud ar bobl, ar ganerien, ar borzhierien, an Netiniz, a chomas en o c'hźrioł. Holl re Israel a voe o chom en o c'hźrioł.

 

Pennad 3

1  Ar seizhvet miz o tostaat, ha mibien Israel o vezań en o c'hźrioł, ar bobl en em zastumas e Jeruzalem evel un den hepken.

2  Neuze Jezua mab Jozadak a savas gant e vreudeur, an aberzhourien, ha Zorobabel mab Salatiel gant e vreudeur, hag e savjont un aoter da Zoue Israel, evit kinnig al loskaberzhoł, evel ma'z eo skrivet e lezenn Moizez, den Doue.

3  Hag ec'h adsavjont an aoter war he sichenn, hag aon o doa rak pobloł ar vroioł. Kinnig a rejont warni loskaberzhoł d'an AOTROU, loskaberzhoł ar mintin hag an abardaez.

4  Hag e lidjont gouel al logelloł, evel ma'z eo skrivet, hag e kinnigjont loskaberzhoł bemdez, kement ha ma oa ret, evel ma c'hourc'hemenne ar c'hustum evit pep devezh.

5  Ha goude-se e kinnigjont al loskaberzh peurbadus, re al loarioł nevez hag holl c'houelioł an AOTROU a oa santelaet, ha re eus pep hini a rae ur prof a youl vat d'an AOTROU.

6  Adalek deiz kentań ar seizhvet miz, e krogjont da ginnig loskaberzhoł d'an AOTROU, petra bennak ma ne oa ket templ an AOTROU diazezet c'hoazh.

7  Hag e rojont arc'hant d'ar venerien ha d'ar gilvizien, ha boued, evajoł hag eoul d'ar Sidoniz ha d'an Diriz, evit degas koad sedrez eus al Liban da vor Jafo, hervez an aotre roet gant Kiruz roue Persia.

8  D'an eilvet bloaz adalek o donedigezh e ti Doue e Jeruzalem, d'an eil miz, Zorobabel mab Salatiel, Jezua mab Jozadak, gant an nemorant eus o breudeur, an aberzhourien, al Levited, hag an holl re a oa deuet diouzh an harlu da Jeruzalem a stagas gant al labour. Hag e lakajont Levited, adalek an oad a ugent vloaz ha dreistoc'h, evit eveshaat ouzh labour ti an AOTROU.

9  Hag en em zalc'he eno Jezua gant e vibien hag e vreudeur, Kadmiel gant e vibien, mibien Juda, a-gevret, evit eveshaat ouzh ar re a laboure da di Doue, hag ivez mibien Henadad gant o mibien hag o breudeur, al Levited.

10  Pa daolas ar vańsonerien diazez an templ an AOTROU, e voe kerc'het an aberzhourien gant o gwiskamant hag o zrompilhoł, hag al Levited, mibien Azaf, gant o simbalennoł, evit meuliń an AOTROU, hervez urzhiadur David roue Israel.

11  Hag e raent ur c'han-ha-diskan, o veuliń hag o trugarekaat an AOTROU evel-henn: Rak mat eo, rak e drugarez a bad da viken evit Israel! Hag an holl bobl a laoske kriadennoł bras a levenez, o veuliń an AOTROU dre ma veze diazezet ti an AOTROU.

12  Ha kalz eus an aberzhourien, eus al Levited hag eus ar pennoł tadoł a oa oadet, hag o doa gwelet an ti kentań, pa voe diazezet an ti-mań dirak o daoulagad, a ouele kreńv. Ha kalz a re all a save o mouezh gant kriadennoł a levenez.

13  Ha ne oa ket posupl disheńvelout trouz kriadennoł a levenez diouzh trouz garmoł ar bobl, rak ar bobl a laoske kriadennoł bras, hag an trouz a veze klevet a-bell.

 

Pennad 4

1  Enebourien Juda ha Benjamin a glevas ec'h adsave mibien an harlu templ an AOTROU, Doue Israel.

2  Dont a rejont da gavout Zorobabel ha pennoł tadoł hag e lavarjont dezho: Ni a savo ivez ganeoc'h, rak e c'halvomp ho Toue eveldoc'h, ha dezhań eo ec'h aberzhomp abaoe amzer Esar-Haddon roue Asiria, en deus hol lakaet da bignat amań.

3  Met Zorobabel, Jezua hag ar pennoł tadoł all eus Israel a lavaras dezho: N'eo ket dereat e savfemp, c'hwi ha ni, un ti d'hon Doue. Met ni hon-unan en savo d'an AOTROU Doue Israel, evel m'en deus gourc'hemennet deomp Kiruz roue Persia.

4  Neuze tud ar vro a reas da zaouarn pobl Juda gwanaat, o spontań anezho pa vańsonent.

5  Hag e paejont a-enep dezho kuzulierien evit lakaat o divizoł da c'hwitań e-pad holl amzer Kiruz roue Persia, betek ren Dariuz roue Persia.

6  E-pad ren Asueruz, e deroł e ren, e skrivjont un tamall a-enep tud Juda ha Jeruzalem.

7  En amzer Artakserksez, e skrivas Bishlam, Mitredad, Tabeel hag e genseurted all da Artakserksez roue Persia. Al lizher a oa skrivet en Aramaeg, troet en Aramaeg.

8  Rehum ar pennrener ha Shimshai ar sekretour a skrivas ul lizher diwar-benn Jeruzalem d'ar roue Artakserksez evel-henn:

9  Rehum ar pennrener, Shimshai ar sekretour, hag o c'henseurted all, Diniz, Afarsatkiz, Tarpeliz, Arfaziz, Arkeviz, Babilonianed, Suzankiz, Dehaviz, Elamiz,

10  hag ar pobloł all bet kaset ha lakaet da chom e kźrioł Samaria hag en tiriadoł en tu-mań d'ar stźr, gant Osnapar bras ha brudet-kaer, hag all...

11  Setu amań eilskrid al lizher a gasjont: D'ar roue Artakserksez! Da servijerien, an dud eus an tu-mań d'ar stźr, hag all...

12  Ra ouezo ar roue ez eo deuet e Jeruzalem ar Yuzevien a zo pignet eus da gichen d'hor c'havout, hag e savont ar gźr disent ha fall-se, hag ec'h adsavont ar mogerioł, hag o deus lakaet an diazezoł.

13  Ra ouezo ar roue bremań, ma vez ar gźr-se adsavet hag he mogerioł adlakaet, ne baeint na truajoł na tailhoł na gwirioł tremen, hag e vo ur c'holl evit teńzor ar rouaned.

14  Dre ma tebromp holen ar palez, ha dre ma n'eo ket dereat e vefemp testoł eus ar c'holl-se graet d'ar roue, neuze e kasomp d'ar roue evit reiń dezhań ar c'heloł-se.

15  Ra vo klasket e levr eńvorioł da dadoł, hag e kavi e levr an eńvorioł, hag e ouezi ez eo ar gźr-se ur gźr disent ha fall ouzh ar rouaned hag ouzh ar provińsoł, hag a bep amzer eo bet graet enni dispac'hoł; setu perak eo bet ar gźr-se distrujet.

16  Reiń a reomp da c'houzout d'ar roue, ma vez ar gźr-se adsavet hag he mogerioł adlakaet, neuze ne berc'henni netra ken en tu-mań d'ar stźr.

17  Ar roue a gasas ar respont-mań da Rehum ar pennrener, da Shimshai ar sekretour, ha d'o c'henseurted all a zo o chom e Samaria hag en tu-mań d'ar stźr: Peoc'h ganeoc'h, hag all...

18  Al lizher hoc'h eus kaset deomp a zo bet lennet gant evezh dirazomp.

19  Roet em eus urzh, ha klasket ha kavet eo bet ez eo en em savet ar gźr-se a bep amzer a-enep ar rouaned, hag eo bet graet enni dispac'hoł hag iriennoł.

20  Hag ez eus bet ivez rouaned galloudus e Jeruzalem, hag o deus renet war an tiriadoł en tu all d'ar stźr, hag e veze paeet dezho truajoł, tailhoł ha gwirioł tremen.

21  Bremań eta roit urzh d'an dud-se da baouez, evit na vo ket ar gźr-se adsavet, ken na vo roet urzh da-se eus va ferzh.

22  Diwallit da dremen hep ober kement-se. Perak e kreskfe ar c'holl diwar-goust ar rouaned?

23  Adalek ma voe lennet eilskrid lizher Artakserksez dirak Rehum, Shimshai ar sekretour, hag o c'henseurted, ez ejont gant hast da Jeruzalem da gavout ar Yuzevien, hag e rejont dezho paouez dre heg ha dre nerzh.

24  Neuze labour ti Doue e Jeruzalem a baouezas, hag e voe harzet betek eilvet bloaz ren Dariuz roue Persia.

 

Pennad 5

1  Hag Hagai ar profed ha Zakaria mab Iddo ar profed a brofedas d'ar Yuzevien a oa e Judea hag e Jeruzalem, en anv Doue Israel, a gomze outo.

2  Neuze Zorobabel mab Salatiel ha Jezua mab Jozadak a savas, hag en em adlakajont da sevel ti Doue a zo e Jeruzalem; ha ganto e oa profeded Doue, ouzh o skoazell.

3  En amzer-se, Tatnai gouarnour an tu-mań d'ar stźr, Shetar-Boznai, hag o c'henseurted, a zeuas d'o c'havout hag a gomzas evel-henn outo: Piv en deus roet deoc'h urzh da sevel an ti-mań ha d'ober ar mogerioł-se?

4  Hag e lavarjont dezho: Pere eo anvioł an dud a sav an ti-mań?

5  Met lagad Doue a oa war henaourien ar Yuzevien, ha ne voe ket graet dezho paouez, betek ma voe kaset an afer dirak Dariuz, ha ma voe skrivet dezho war gement-se.

6  Setu amań eilskrid al lizher a gasas Tatnai gouarnour an tu-mań d'ar stźr, Shetar-Boznai, hag e genseurted Afarsatkiz eus an tu-mań d'ar stźr, d'ar roue Dariuz.

7  Kas a rejont dezhań ul lizher, ma oa skrivet ennań: D'ar roue Dariuz, peoc'h a-grenn ganit!

8  Ra ouezo ar roue ez omp aet e provińs Juda, da di an Doue bras a adsavint e mein-ben, ha koad a lakaint war ar mogerioł. An ti a zo savet buan, ha mont a ra prim al labour etre o daouarn.

9  Neuze hon eus graet goulennoł digant an henaourien a oa eno, lavaret hon eus dezho: Piv en deus roet deoc'h urzh da sevel an ti-mań ha d'ober ar mogerioł-se?

10  Hag ivez goulennet hon eus diganto o anvioł, evit o reiń da c'houzout dit, hag evit skrivań anv ar re a zo en o fenn.

11  Ha respontet o deus deomp evel-henn: Ni a zo servijerien Doue an neńvoł hag an douar, hag ec'h adsavomp an ti a oa bet savet gwechall pell 'zo; ur roue bras eus Israel en doa e savet hag echuet.

12  Met goude m'en doe hon tadoł hegaset Doue an neńvoł, e lakaas anezho etre daouarn Nebukadnezar roue Babilon, ar C'haldead, a zistrujas an ti-mań hag a harluas ar bobl da Vabilon.

13  Koulskoude, e bloaz kentań Kiruz roue Babilon, ar roue Kiruz a c'hourc'hemennas adsevel an ti-mań da Zoue.

14  Ha zoken, ar roue Kiruz a dennas eus templ Babilon listri aour hag arc'hant ti Doue, en doa Nebukadnezar kaset kuit eus templ Jeruzalem hag en doa lakaet e templ Babilon. Roet e voent da unan anvet Sheshbazar, a zo bet lakaet da c'houarnour,

15  hag e lavaras dezhań: Kemer al listri-mań ha kae d'o c'has da dempl Jeruzalem, ha ra vo adsavet ti Doue en e lec'h.

16  Neuze ar Sheshbazar-mań a zeuas hag a ziazezas ti Doue a zo e Jeruzalem. Adalek an amzer-se betek bremań ec'h adsavomp anezhań, ha n'eo ket echu c'hoazh.

17  Bremań eta, mard eo mat evit ar roue, ra vo klasket e ti teńzorioł ar roue a zo e Babilon, hag-eń eo gwir ez eus bet roet urzh gant Kiruz da adsevel ti Doue e Jeruzalem. Ha ra gaso ar roue deomp e volontez diwar gement-se.

 

Pennad 6

1  Neuze ar roue Dariuz a roas urzh, hag e voe klasket e ti an dielloł, e-lec'h ma veze lakaet an teńzorioł e Babilon.

2  Hag e voe kavet en Akmeta, kźrbenn provińs Media, ur roll ma oa skrivet warnań an eńvor-mań:

3  Er bloaz kentań eus ar roue Kiruz, ar roue Kiruz a roas an urzh-mań diwar-benn ti Doue e Jeruzalem: Ra vo adsavet an ti-se evit bezań ul lec'h ma vo kinniget aberzhoł, ha ra vo diazezet kreńv. E uhelder a vo tri-ugent ilinad hag e hirder tri-ugent ilinad,

4  gant teir renkad mein-ben hag ur renkad koad nevez. An dispign a vo paeet gant ti ar roue.

5  Ouzhpenn-se, al listri aour hag arc'hant eus ti Doue, ar re en doa Nebukadnezar kemeret eus templ Jeruzalem ha degaset da Vabilon, a vo rentet ha kaset da dempl Jeruzalem, en o lec'h, hag e vint lakaet e ti Doue.

6  Bremań eta, Tatnai gouarnour an tu all d'ar stźr, Shetar-Boznai, hag ho kenseurted Afarsatkiz eus an tu all d'ar stźr, pellait ac'hane,

7  lezit labour ti Doue da genderc'hel, ha ra adsavo gouarnour ar Yuzevien hag o henaourien ti Doue en e lec'h.

8  Eus va ferzh eo roet an urzh diwar-benn ar pezh hoc'h eus d'ober e-keńver henaourien ar Yuzevien evit adsevel ti Doue: Diwar leve ar roue o tont eus tailhoł an tu all d'ar stźr, ra vo paeet buan an dispign d'an dud-se, evit na baouezint ket en o labour.

9  Ar pezh o devo ezhomm, leueoł, tourzed, oaned, evit loskaberzhoł Doue an neńvoł, gwinizh, holen, gwin, eoul, evel ma lavaro an aberzhourien a zo e Jeruzalem, ra vo roet dezho bemdez hep mankout,

10  evit ma kinnigint traoł a c'hwezh dudius da Zoue an neńvoł, ha ma pedint evit buhez ar roue hag e vibien.

11  Hag eus va ferzh eo roet an urzh-mań: Ma kemm unan bennak an urzh-mań, ra vo lamet diouzh e di ur c'hoad a vo lakaet en e sav, evit ma vo staget outań, hag eus e di ra vo graet ur bern lastez.

12  Hag an Doue en deus lakaet e anv da chom eno, da zistrujo kement roue ha kement pobl en devo astennet e zorn da gemmań an urzh-mań ha da zistrujań ti Doue a zo e Jeruzalem. Me Dariuz am eus roet an urzh-se. Ra vo sentet buan outań.

13  Neuze Tatnai gouarnour an tu-mań d'ar stźr, Shetar-Boznai hag o c'henseurted a rejont buan kement-se, dre m'en doa Dariuz e skrivet dezho.

14  Henaourien ar Yuzevien a vańsone hag a rae berzh hervez profediezh Hagai ar profed ha Zakaria mab Iddo. Sevel a rejont eta hag e peurechujont, hervez urzh Doue Israel, hag hervez urzh Kiruz, Dariuz hag Artakserksez roue Persia.

15  An ti-se a voe echuet d'an trede deiz a viz Adar, er c'hwec'hvet bloaz eus ren ar roue Dariuz.

16  Ha mibien Israel, an aberzhourien, al Levited ha mibien all an harlu, a reas gant levenez an dedi eus an ti Doue-mań.

17  Kinnig a rejont, evit an dedi eus an ti Doue-mań, kant kole, daou c'hant tourz, pevar c'hant oan, hag evel aberzh-dic'haouiń evit holl Israel, daouzek bouc'h, hervez niver meuriadoł Israel.

18  Hag e lakajont an aberzhourien en o renkoł, hag al Levited en o rannoł, evit servij Doue e Jeruzalem, hervez ar pezh a zo skrivet e levr Moizez.

19  Ha mibien an harlu a reas ar Pask d'ar pevarzekvet deiz eus ar miz kentań.

20  An aberzhourien hag al Levited o doa en em c'hlanaet a-unvan, ha pep hini anezho a oa glan. Hag e lazhjont ar Pask evit holl mibien an harlu, evit o breudeur an aberzhourien, hag evito o-unan.

21  Mibien Israel a zebras anezhań, ar re a oa deuet en-dro eus an harlu, ha ganto an holl re o doa en em bellaet diouzh hudurniezh pobloł ar vro, evit klask an AOTROU, Doue Israel.

22  Hag e lidjont gant levenez gouel ar bara hep goell e-pad seizh devezh, rak an AOTROU en doa o laouenaet, o vezań distroet war-zu enno kalon roue Asiria, evit nerzhekaat o daouarn e labour ti Doue, Doue Israel.

 

Pennad 7

1  Goude an traoł-se, dindan ren Artakserksez roue Persia, Ezdra mab Seraja, mab Azaria, mab Hilkija,

2  mab Shallum, mab Zadok, mab Akitub,

3  mab Amaria, man Azaria, mab Merajod,

4  mab Zerakja, mab Uzzi, mab Bukki,

5  mab Abishua, mab Fineaz, mab Eleazar, mab Aaron ar beleg-meur,

6  an Ezdra-mań a bignas eus Babilon. Bez' e oa ur skrib desket e lezenn Moizez, en doa roet an AOTROU, Doue Israel. Hag ar roue a roas dezhań an holl draoł en doa goulennet, dre ma oa dorn an AOTROU e Zoue warnań.

7  Hiniennoł eus mibien Israel, aberzhourien, Levited, kanerien, porzhierien, Netiniz, a bignas ivez da Jeruzalem er seizhvet bloaz eus ar roue Artakserksez.

8  Erruout a reas e Jeruzalem d'ar pempvet miz eus ar seizhvet bloaz eus ar roue.

9  Rak d'an deiz kentań eus ar miz kentań e teraouas da bignat eus Babilon, ha d'an deiz kentań eus ar pempvet miz ec'h erruas e Jeruzalem, rak dorn mat e Zoue a oa warnań.

10  Rak Ezdra en doa lakaet e galon da studiań lezenn an AOTROU, d'he mirout, ha da gelenn en Israel ar reolennoł hag ar barnedigezhioł.

11  Setu amań eilskrid al lizher a roas ar roue Artakserksez da Ezdra an aberzhour hag ar skrib, ar skrib eus komzoł gourc'hemennoł an AOTROU hag eus e reolennoł diwar-benn Israel.

12  Artakserksez, roue ar rouaned, da Ezdra, aberzhour ha skrib eus lezenn Doue an neńvoł, yec'hed peurvat, hag all...

13  Eus va ferzh eo roet urzh ez aio ganit an holl re eus pobl Israel em rouantelezh, hec'h aberzhourien hag he Levited, o devo c'hoant da vont da Jeruzalem,

14  peogwir ez out kaset a-berzh ar roue hag e seizh kuzulier, evit enklask war Juda ha Jeruzalem, hervez lezenn da Zoue a zo ez torn,

15  hag evit dougen an arc'hant hag an aour kinniget a youl vat gant ar roue hag e guzulierien da Zoue Israel a zo o chom e Jeruzalem,

16  kenkoulz hag an holl arc'hant hag aour a gavi en holl brovińs Babilon, gant profoł a youl vat ar bobl hag an aberzhourien, a ginnigont a-youl da di o Doue a zo e Jeruzalem.

17  En abeg da-se e lakai evezh da brenań gant an arc'hant-se koleoł, tourzed, oaned, gant o donezonoł hag o evadkinnigoł, ha da ginnig anezho war aoter ti ho Toue a zo e Jeruzalem.

18  Gant nemorant an arc'hant hag an aour e reot ar pezh a vo mat d'ober hervezout hag hervez da vreudeur, evit ober diouzh youl ho Toue.

19  Ha diwar-benn al listri a zo roet dit evit servij ti da Zoue, laka anezho dirak Doue Jeruzalem.

20  Hag ar pezh a vo ret ouzhpenn kement-se evit ti da Zoue, hag a vo ret dit reiń eno, a denni eus ti teńzorioł ar roue.

21  Hag eus va ferzh, Artakserksez ar roue, eo roet an urzh-mań d'an holl deńzorierien a zo en tu all d'ar stźr: Kement a c'houlenno diganeoc'h Ezdra an aberzhour, skrib lezenn Doue an neńvoł, ra vo graet end-eeun,

22  betek kant talant (~ 3 tonenn) arc'hant, kant kor (~ 300 hl) gwinizh, kant bat (~ 3500 l) gwin, kant bat eoul, hag holen diouzh c'hoant.

23  Kement a vo gourc'hemennet gant Doue an neńvoł, ra vo graet gant aked evit ti Doue an neńvoł, gant aon na vefe e gounnar a-enep ar rouantelezh, ar roue hag e vibien.

24  Hag ivez e roomp da c'houzout deoc'h na vo na truajoł na tailhoł na gwirioł tremen war hini ebet an aberzhourien, al Levited, ar ganerien, ar borzhierien, an Netiniz hag ar servijerien eus an ti Doue-mań.

25  Ha te Ezdra, laka melestrourien ha barnerien hervez furnez da Zoue a zo ennout, evit ma varnint an holl dud a zo en tu all d'ar stźr, an holl re a anavez lezennoł da Zoue; hag o c'helenni d'ar re n'o anavez ket.

26  An holl re na virint ket lezenn da Zoue ha lezenn ar roue, ra vint barnet diouzhtu, pe d'ar marv pe d'ar forbannerezh pe d'un dell-gastiz war ar madoł pe d'an toull-bac'h.

27  Benniget ra vo an AOTROU, Doue hon tadoł, en deus lakaet kement-se e kalon ar roue evit enoriń ti an AOTROU a zo e Jeruzalem,

28  hag en deus graet ma em eus kavet grad vat dirak ar roue, dirak e guzulierien ha dirak holl brińsed galloudek ar roue. Evel-se ez on bet nerzhekaet, dre ma oa dorn an AOTROU va Doue warnon, hag e tastumis pennoł Israel evit pignat ganin.

 

Pennad 8

1  Setu amań ar pennoł tadoł, ha lignezouriezh ar re a bignas ganin eus Babilon, e-pad ren ar roue Artakserksez.

2  Eus mibien Fineaz: Gershom; eus mibien Itamar: Daniel; eus mibien David: Hattush;

3  eus mibien Shekania, eus mibien Parosh: Zakaria, ha gantań ul lignez a gant hanter-kant den;

4  eus mibien Pakad-Moab: Eljoenai mab Zerakja, ha gantań daou c'hant den;

5  eus mibien Shekania: mab Jakaziel, ha gantań tri c'hant den;

6  eus mibien Adin: Ebed mab Jonatan, ha gantań hanter-kant den;

7  eus mibien Elam: Izaia mab Atalia, ha gantań dek den ha tri-ugent;

8  eus mibien Shefatia: Zebadja mab Mikael, ha gantań pevar-ugent den;

9  eus mibien Joab: Abdia mab Jehiel, ha gantań daou c'hant triwec'h den;

10  eus mibien Shelomid: mab Jozifia, ha gantań kant tri-ugent den;

11  eus mibien Bebai, Zakaria mab Bebai, ha gantań eizh den warn-ugent;

12  eus mibien Azgad: Johanan mab Hakkatan, ha gantań kant dek den;

13  eus mibien Adonikam: ar re ziwezhań, ha setu amań o anvioł: Elifeled, Jeiel, Shemaja, ha ganto tri-ugent den;

14  eus mibien Bigvai: Utai ha Zabbud, ha ganto dek den ha tri-ugent.

15  Hag e tastumis anezho e-kichen a stźr a red war-zu Ahava, hag e kampjomp eno tri devezh. Neuze e lakais va evezh war ar bobl ha war an aberzhourien, ha ne gavis hini ebet eus mibien Levi eno.

16  Neuze e kasis da gerc'hat ar pennoł Eliezer, Ariel, Shemaja, Elnatan, Jarib, Elnatan, Natan, Zakaria ha Meshullam, hag ar gelennerien Jojarib hag Elnatan.

17  Hag e rois urzhioł dezho evit Iddo, ar penn a oa e Kasifia, hag e lakais en o genoł ar pezh o doa da lavarout da Iddo ha d'e vreudeur, an Netiniz a oa e Kasifia, evit ma kasfent tud deomp evit ar servij e ti hon Doue.

18  Ha dre ma oa dorn mat hon Doue warnomp, e kasjont deomp un den a boell a-douez mibien Makli mab Levi, mab Israel, Sherebia, gant e vibien hag e vreudeur, triwec'h den,

19  hag Hashabia, gant Izaia a-douez mibien Merari, e vreudeur hag o mibien, ugent den,

20  hag eus an Netiniz en doa lakaet David hag ar pennoł da servij al Levited, daou c'hant ugent Netiniz, holl merket dre o anvioł.

21  Eno, e-tal ar stźr Ahava, ec'h embannis ur yun evit en em izelaat dirak hon Doue, o pediń anezhań da reiń deomp ur veaj eürus, evidomp, evit hor bugale hag evit hor holl vadoł.

22  Rak mezh am bije bet o c'houlenn soudarded ha marc'hegerien evit hon difenn diouzh hon enebourien e-pad an hent, rak lavaret hor boa d'ar roue: Dorn hon Doue a zo war an holl re a glask anezhań, met e nerzh hag e gounnar a zo a-enep an holl re a zilez anezhań.

23  Yunań a rejomp eta, hag e pedjomp hon Doue evit kement-se, hag e selaouas ac'hanomp.

24  Neuze e lakais a-du daouzek den eus pennoł an aberzhourien: Sherebia, Hashabia, ha ganto dek eus o breudeur.

25  Hag e pouezis dezho an arc'hant, an aour hag al listri, a oa ar prof roet da di hon Doue gant ar roue, e guzulierien, e brińsed hag an holl re eus Israel en em gave eno.

26  O fouezań a ris eta en o dorn, c'hwec'h kant hanter-kant talant (~ 19 tonenn) arc'hant, listri arc'hant evit kant talant (~ 3 tonenn), kant talant aour,

27  ugent hanaf aour a dalveze mil drakm, ha daou lestr arem kaer ha fin, ken prizius hag an aour.

28  Hag e lavaris dezho: Santelaet oc'h d'an AOTROU, hag al listri-se a zo santelaet; hag an arc'hant hag an aour a zo ur prof a youl vat d'an AOTROU, Doue ho tadoł.

29  Diwallit, lakait evezh outo, betek ma pouezot anezho dirak pennoł an aberzhourien hag al Levited, ha dirak pennoł tadoł Israel e Jeruzalem, e kambroł ti an AOTROU.

30  An aberzhourien hag al Levited a zegemeras eta dre bouez an arc'hant, an aour hag al listri, evit o c'has da Jeruzalem, e ti hon Doue.

31  Mont a rejomp kuit eus stźr Ahava d'an daouzek eus ar miz kentań, etrezek Jeruzalem, ha dorn hon Doue a voe warnomp, hag hon dieubas eus dorn hon enebourien hag eus o fechoł war an hent.

32  Hag ec'h errujomp e Jeruzalem, hag o vezań diskuizhet e-pad tri devezh,

33  d'ar pevare deiz e pouezjomp an arc'hant, an aour hag al listri e ti hon Doue e dorn Meremod mab Uri an aberzhour. Gantań e oa ivez Eleazar mab Fineaz, hag al Levited Jozabad mab Jezua ha Noadia mab Binnui.

34  Niver ha pouez an holl draoł a voe kontet, hag ar pouez hollel a voe lakaet dre skrid er memes amzer.

35  Ar re a oa distroet eus ar sklaverezh, mibien ar re a zo bet harluet, a ginnigas loskaberzhoł da Zoue Israel, daouzek leueoł evit Israel a-bezh, c'hwezek tourz ha pevar-ugent, seitek oan ha tri-ugent, daouzek bouc'h evel aberzh-dic'haouiń, holl e loskaberzhoł d'an AOTROU.

36  Hag e rojont urzhioł ar roue da ofiserien ar roue ha da c'houarnourien an tu-mań d'ar stźr, a skoazellas ar bobl ha ti Doue.

 

Pennad 9

1  Pa voe echuet an traoł-se, ar pennoł a dostaas ouzhin en ur lavarout: Pobl Israel, an aberzhourien hag al Levited n'int ket dispartiet diouzh pobloł ar broioł-mań er pezh a sell ouzh o euzhusterioł, diouzh ar Gananeiz, an Hitited, ar Ferezianed, ar Jebuziz, an Ammoniz, ar Voabiz, an Ejipsianed hag an Amoreaned.

2  Rak kemeret o deus o merc'hed evito hag evit o mibien, hag ar ouenn santel a zo bet kemmesket gant pobloł ar broioł-mań. Ha renerien ar bobl hag ar c'houarnourien a zo bet ar re gentań oc'h ober ar pec'hed-se.

3  Pa em eus klevet kement-se, e rogis va dilhad ha va mantell, hag e troc'his va blev ha va barv diouzh va fenn, hag ec'h azezis gwall c'hlac'haret.

4  Hag an holl re a grene da gomzoł Doue Israel a zeuas d'en em vodań etrezek ennon, en abeg da bec'hed mibien an harlu, ha me a azezas gwall c'hlac'haret betek donezonoł an abardaez.

5  Hag en amzer donezonoł an abardaez e savis eus va glac'har gant va dilhad ha va mantell roget, e stouis war va daoulin, e savis va daouarn war-zu an AOTROU va Doue,

6  hag e lavaris: Va Doue! Ruziań a ran ha mezh am eus o sevel va dremm dirazout, o va Doue! Rak hon direizhder en deus kresket dreist hor pennoł, hag hon torfed en deus tizhet betek an neńvoł.

7  Abaoe deizioł hon tadoł betek hiziv ez omp gwall gablus, hag en abeg d'hon direizhder ez omp bet gwerzhet, ni, hor rouaned, hon aberzhourien, etre daouarn ar broioł-mań, d'ar c'hleze, d'ar sklavelezh, d'ar preizherezh, ha d'ar vezh war hon dremm evel hiziv.

8  Ha bremań, abaoe ur pennad, an AOTROU hon Doue en deus graet trugarez deomp, hag ez eus manet ur restad ac'hanomp oc'h achap; roet en deus deomp un degemer en e lec'h santel, evit ma sklźrijenno hon Doue hon daoulagad, ha ma roio deomp un tamm buhez en hor sklavelezh.

9  Rak ni a zo sklaved, ha koulskoude hon Doue n'en deus ket hol lezet er sklavelezh, met lakaet en deus ac'hanomp da gavout trugarez dirak rouaned Persia, o reiń deomp buhez evit sevel ti hon Doue, adsevel e rivinoł, hag evit reiń deomp ur voger e Juda hag e Jeruzalem.

10  Ha bremań, o hon Doue, petra a lavarimp goude-se? Rak dilezet hon eus da c'hourc'hemennoł,

11  ac'h eus roet dre da servijerien ar brofeded, o lavarout: Ar vro ma'z it enni evit he ferc'hennań, a zo ur vro saotret dre saotradur pobloł ar broioł-se, leuniet eo bet gant o euzhusterioł, adalek ur penn bete ar penn all, gant o hudurniezh.

12  Bremań eta, na roit ket ho merc'hed d'o mibien, na gemerit ket o merc'hed evit ho mibien, na glaskit biken nag o feoc'h nag o berzh, evit ma viot kreńv ha ma tebrot madoł ar vro, hag evit m'he roiot en hźrezh d'ho mibien da viken.

13  Goude an holl draoł a zo c'hoarvezet ganeomp en abeg d'hon oberoł fall ha d'hon torfedoł bras, pa'z eo chomet da gastiz, o Doue, izeloc'h eget hor pec'hedoł, ha pa ec'h eus roet deomp un hevelep restad ac'hanomp oc'h achap,

14  daoust hag e tistrofemp da derriń da c'hourc'hemennoł ha da ober emglev gant ar pobloł euzhus-mań? Ha ne vefes ket kounnaret a-enep deomp, betek hor c'has da get, betek na vefe restad ebet na den manet salv?

15  AOTROU Doue Israel, te a zo reizh! Menel a reomp ur restad ac'hanomp oc'h achap, evel ma vez gwelet hiziv. Setu ni dirak da zremm gant hor pec'hed, ha ne c'hellfemp ket chom dirazout en abeg da-se.

 

Pennad 10

1  Evel ma pede Ezdra ha ma rae an anzav-se o ouelań, stouet dirak ti Doue, un engroez bras, gwazed, maouezed ha bugale, en em zastumas davetań, hag ar bobl a ouelas a-boullad.

2  Neuze Shekania mab Jehiel, eus mibien Elam, a gomzas o lavarout da Ezdra: Pec'het hon eus a-enep hon Doue o kemer gwragez estren a-douez pobloł ar vro-mań. Met bremań ez eus c'hoazh un esperańs evit Israel diwar-benn kement-se.

3  Ha bremań greomp un emglev gant hon Doue, da gas kuit an holl wragez-se hag ar re a zo ganet diouto, hervez kuzul an Aotrou hag ar re a gren da gomzoł hon Doue. Ra vo graet hervez al lezenn.

4  Sav, rak an afer-mań a sell ouzhit. Ni a vo ganit. Bez kreńv ha gra!

5  Neuze e savas Ezdra, hag e reas touiń pennoł an aberzhourien, al Levited hag Israel a-bezh d'ober hervez ar c'homz-se. Hag e toujont.

6  Hag e savas Ezdra a-zirak ti Doue, hag ez eas da gambr Jokanan mab Eliashib, hag ez eas enni. Ha ne zebras ket bara, ne evas ket dour, rak e oa e kańv en abeg da bec'hed re an harlu.

7  Neuze e voe embannet e Juda hag e Jeruzalem, ma vefe ret da holl vibien an harlu en em zastum e Jeruzalem.

8  Piv bennak na zeufe ket dindan tri deiz, hervez ali ar pennoł hag an henaourien, e vefe lakaet da verz e holl vadoł, hag eń e-unan lamet diouzh bodadeg re an harlu.

9  Neuze holl dud Juda ha Benjamin en em zastumas e Jeruzalem dindan tri deiz. Kement-mań a voe d'an navet miz, d'an ugentvet deiz eus ar miz. An holl bobl en em zalc'has war leurenn ti Doue, o krenań gant an afer-se ha gant ar glav.

10  Hag Ezdra an aberzhour a savas hag a lavaras dezho: Pec'het hoc'h eus o kemer gwragez estren, ha kresket hoc'h eus kablusted Israel.

11  Ha bremań anzavit ho pec'hed d'an AOTROU, Doue ho tadoł, ha grit e youl. En em zispartiit diouzh pobloł ar vro ha diouzh ar gwragez estren.

12  Hag an holl vodadenn a respontas o lavarout a vouezh uhel: Ya, ret eo deomp ober evel ma lavarez.

13  Met ar bobl a zo niverus, hag amzer c'hlav eo, ha ne c'heller ket en em zerc'hel er-maez. N'eo ket afer un devezh na daou, rak kalz ez omp, ni ar re o deus pec'het en afer-se.

14  Ra en em zalc'ho nemet hor pennoł evit an holl vodadenn, hag an holl re, en hor c'hźrioł, o deus kemeret gwragez estren, a zeuio d'an deiziadoł divizet, gant henaourien ha barnerien pep kźr, ken na vo distroet diouzhimp kounnar entanet hon Doue diwar-benn an afer-se.

15  Jonatan mab Asael ha Jakzia mab Tikva nemetken a enebas ouzh kement-se. Meshullam ha Shabtai al Levit a harpas anezho.

16  Met mibien an harlu a reas evel-henn: Dibabet e voe Ezdra an aberzhour ha pennoł tadoł hervez tiez o zadoł, holl dre o anvioł. Azezań a rejont en deiz kentań eus an dekvet miz evit ober war-dro an afer.

17  D'an deiz kentań eus ar miz kentań o doe echu gant an holl re o doa kemeret gwragez estren.

18  E-touez mibien an aberzhourien, e voe kavet hiniennoł hag o doa kemeret gwragez estren: a-douez mibien Jezua mab Jozadak hag a-douez e vreudeur, Maaseja, Eliezer, Jarib, Gedalia,

19  ar re-mań a reas gouestl da gas kuit o gwragez ha da ginnig un tourz evel aberzh a gablusted;

20  a-douez mibien Immer, Hanani ha Zebadia;

21  a-douez mibien Harim, Maaseja, Elia, Shemaja, Jehiel, Ozia;

22  a-douez mibien Pashur, Eljoenai, Maaseja, Ismael, Netaneel, Jozabad, Eleaza;

23  a-douez al Levited, Jozabad, Shimei, Kelaja pe Kelita, Petakja, Juda, Eliezer;

24  a-douez ar ganerien, Eliashib; a-douez ar borzhierien, Shallum, Telem, Uri.

25  Hag e-touez re Israel: a-douez mibien Parosh, Ramia, Jizija, Malkija, Mijamin, Eleazar, Malkija, Benaja;

26  a-douez mibien Elam, Matania, Zakaria, Jehiel, Abdi, Jeremod, Elia;

27  a-douez mibien Zatu, Eljoenai, Eliashib, Matania, Jeremod, Zabad, Aziza;

28  a-douez mibien Bebai, Jokanan, Hanania, Zabbai, Atlai;

29  a-douez mibien Bani, Meshullam, Maluk, Adaja, Jashub, Sheal, Ramod;

30  a-douez mibien Pakad-Moab, Adna, Kelal, Benaja, Maaseja, Matania, Bezaleel, Binnui, Manase;

31  a-douez mibien Harim, Eliezer, Jishija, Malkija, Shemaja, Simeon,

32  Benjamin, Maluk, Shemaria;

33  a-douez mibien Hashum, Matnai, Matata, Zabad, Elifeled, Jeremai, Manase, Shimei;

34  a-douez mibien Bani, Maadai, Amram, Uel,

35  Benaja, Bedia, Keluhu,

36  Vania, Meremod, Eliashib,

37  Matania, Matnai, Jaasai,

38  Bani, Binnui, Shimei,

39  Shelemia, Natan, Adaja,

40  Maknadbai, Shashai, Sharai,

41  Azareel, Shelemia, Shemaria,

42  Shallum, Amaria, Jozef;

43  a-douez mibien Nebo, Jeiel, Matitia, Zabad, Zebina, Jadai, Joel, Benaja.

44  An holl re-se o doa kemeret gwragez estren, ha meur a hini o doa bet bugale eus ar gwragez-se.