LEVR AR PROFED

EZEKIEL

 

Pennad 1

1  D'an tregontvet bloaz, d'ar pevare miz, d'ar pempvet eus ar miz, pa en em gaven e-touez ar re zalc'het tost da stźr Kebar, e tigoras an neńvoł hag e welis gweledigezhioł a-berzh Doue.

2  D'ar pempvet eus ar miz, d'ar pempvet bloaz eus dalc'hidigezh ar roue Jojakin,

3  komz an AOTROU a voe disklźriet da Ezekiel an aberzhour, mab Buzi, e bro ar Galdeiz, tost da stźr Kebar. Eno e voe dorn an AOTROU warnań.

4  Neuze e sellis, ha setu un avel gorvent a zeue eus an hanternoz, hag ur goabrenn teńval, hag un tan o nerzhań e-unan, hag ur gouloł o skediń a bep tu, hag en e greiz, evel liv arem lufret e-kreiz an tan.

5  Er c'hreiz c'hoazh e veze gwelet evel pevar bev, ha setu o neuz: bez' o doa un heńveledigezh den.

6  Pep hini anezho en doa peder dremm, ha pep hini en doa peder askell.

7  O zreid a oa treid eeun, ha sol o zreid a oa evel sol troad ul leue; hag e lugernent evel liv arem lufret.

8  Daouarn den a zeue a-zindan o eskell ouzh o fevar c'hostez, hag o fevar holl o doa o dremmoł hag o eskell.

9  O eskell a oa stag an eil ouzh eben. Pa gerzhent ne droent ket, met pep hini anezho a gerzhe war-eeun dezhań.

10  Ha setu stumm o dremmoł: o fevar holl o doa dremm un den ha dremm ul leon a-zehou, o fevar dremm un ejen a-gleiz, hag o fevar dremm un erer.

11  O dremmoł hag o eskell a oa distag da grec'h, pep hini en doa div askell unanet an eil d'eben, ha div a c'holoe o c'horfoł.

12  Pep hini anezho a gerzhe war-eeun dezhań; mont a raent e-lec'h ma vounte ar Spered anezho, ne droent ket pa gerzhent.

13  Ha setu stumm ar bevien: heńvel ouzh glaou tan gwrezus e oant, heńvel ouzh etivi-goulaouiń, hag an tan a rede etre ar bevien gant ur splannder skedus, ha luc'hed a zeue dioutań.

14  Ar bevien a yae hag a zeue gant neuz ar c'hurun.

15  E-pad ma sellen ouzh ar bevien, setu ma oa ur rod war an douar e-kichen ar bevien, dirak o feder dremm.

16  Neuz ar rodoł, o doare, a oa heńvel ouzh krizolit, d'o feder an hevelep stumm. O neuz hag o doare a oa evel ma vije bet ur rod e-kreiz ur rod all.

17  En ur gerzhout ez aent ouzh o fevar c'hostez, ha ne droent ket pa gerzhent.

18  Kammedoł ken uhel o doa, ken spontus. O c'hammedoł a oa leun a lagadoł tro-dro, o fevar.

19  Pa gerzhe ar bevien, ar rodoł a gerzhe en o c'hichen; pa save ar bevien diwar an douar, ar rodoł a save ganto.

20  Mont a raent e-lec'h ma vounte ar Spered anezho, d'al lec'h ma vounte ar Spered, hag ar rodoł a save ganto, rak spered ar bevien a oa er rodoł.

21  Pa'z aent, ez aent; pa baouezent, e paouezent; pa savent diwar an douar, e savent ar rodoł ganto, rak spered ar bevien a oa er rodoł.

22  Hag a-us da bennoł ar bevien e oa ur stumm evel un astennidigezh, heńvel ouzh liv strink lugernus oc'h en em astenn war-c'horre dreist o fennoł.

23  O eskell a oa eeun dindan an astennidigezh, an eil a-enep d'eben. Bez' e oa da bep hini div askell da c'holeiń un tu, ha div da c'holeiń an tu all eus e gorf.

24  Pa gerzhent e kleven mouezh o eskell evel ar mouezh eus kalz a zoureier, evel mouezh an Holl-C'halloudeg, evel trouz spontus un arme. Pa baouezent, e lezent o eskell da gouezhań.

25  Pa baouezent, e veze ur vouezh o tont eus an astennidigezh a oa dreist o fennoł, pa lezent o eskell da gouezhań.

26  A-us d'an astennidigezh a oa dreist o fennoł, e oa ur stumm evel un tron, heńvel ouzh ur maen safir, ha war stumm an tron e oa ur stumm evel doare un den, ouzh krec'h.

27  Hag e welis evel liv arem lufret, evel doare an tan tro-dro dezhań. Adalek stumm e zivgroazell betek krec'h hag adalek stumm e zivgroazell betek traoń, e welis evel doare an tan, hag e oa ur gouloł o skediń a bep tu.

28  Doare ar gouloł a skede a bep tu a oa heńvel ouzh doare ar wareg a zo er goabrenn un devezh a c'hlav. Doare stumm gloar an AOTROU e oa. Pa welis, e kouezhis war va dremm, hag e klevis ur vouezh o komz.

 

Pennad 2

1  Hag e voe lavaret din: Mab an den, en em zalc'h war da dreid, ha me a gomzo ouzhit.

2  Adal m'en doe komzet ouzhin, ar Spered a zeuas ennon hag a reas din en em zerc'hel war va zreid, hag e klevis an hini a gomze ouzhin.

3  Hag e lavaras din: Mab an den, kas a ran ac'hanout etrezek mibien Israel, etrezek ur vroad disent a zo en em savet em enep. Int hag o zadoł o deus pec'het em enep betek hiziv zoken.

4  Mibien faeüs a zremm ha kaledet a galon ez int. Kas a ran ac'hanout daveto, hag e lavari dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU.

5  Pe e selaouint, pe ne raint ket, rak un ti disent ez int, e ouezint koulskoude ez eus ur profed en o zouez.

6  Met te, mab an den, na'z pez ket aon dirazo, na'z pez ket aon dirak o c'homzoł, petra bennak ma'z out e-touez drez ha spern ha ma chomez e-touez ar c'hruged. Na'z pez ket aon dirak o c'homzoł, bez dizaon dirak o dremmoł, daoust ma'z int un ti disent.

7  Disklźriań a ri va c'homzoł, pe e selaouint, pe ne raint ket, rak un ti disent ez int.

8  Met te, mab an den, selaou ar pezh a lavaran dit, na vez ket disent evel an ti disent-mań. Digor da c'henoł ha debr ar pezh a roan dit.

9  Neuze e sellis, ha setu un dorn a oa astennet etrezek ennon o terc'hel ur roll-levr.

10  Displegań a reas anezhań dirazon, hag e oa skrivet en diabarzh hag en diavaez. Klemmganoł, goueladegoł ha huanadoł a oa skrivet ennań.

 

Pennad 3

1  Hag e lavaras din: Mab an den, debr ar pezh a gavez, debr ar roll-mań, ha kae da gomz ouzh ti Israel.

2  Hag e tigoris va genoł, hag e reas din debriń ar roll-se.

3  Hag e lavaras din: Mab an den, laka da gof da zebriń ha leugn da vouzelloł gant ar roll-mań a roan dit. Hag e tebris anezhań, hag e voe dous da'm genoł evel mel.

4  Hag e lavaras din: Mab an den, kae etrezek ti Israel, ha disklźr dezho va c'homzoł.

5  Rak n'eo ket etrezek ur bobl teńval he yezh pe estren he zeod ez out kaset, met etrezek ti Israel,

6  n'eo ket etrezek bobloł niverus teńval o yezh pe estren o zeod, na gomprenez ket o c'homzoł. Ar re-se, a-dra-sur, a selaoufe ac'hanout, ma em bije da gaset etrezek enno.

7  Met ti Israel ne fello ket dezhań da selaou, rak ne fell ket dezhań va selaou; rak holl di Israel a zo faeüs a zremm ha kaledet a galon.

8  Setu, kaletaet em eus da zremm a-enep o dremmoł, ha kaletaet em eus da dal a-enep o zalioł.

9  Lakaet em eus da dal heńvel ouzh diamant, kaletoc'h eget ar roc'h. Na'z pez ket aon dirazo, bez dizaon dirak o dremmoł, daoust ma'z int un ti disent.

10  Hag e lavaras din: Mab an den, degemer en da galon ha selaou gant da zivskouarn an holl gomzoł a lavarin dit.

11  Kae, kae etrezek ar re zalc'het, etrezek mibien da bobl, komz outo, ha pe e selaouint, pe ne raint ket, e lavari dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU.

12  Ar Spered a savas ac'hanon, hag e klevis a-dreńv din trouz un hast bras: Benniget ra vo gloar an AOTROU, eus e chomlec'h!

13  Hag e klevis trouz eskell ar bevien o skeiń an eil gant eben, ha trouz ar rodoł en o c'hichen, ha trouz un hast bras.

14  Ar Spered am savas hag am dezougas, hag ez aen kuit c'hwerv, gant fulor em spered. Met dorn an AOTROU a oa gant galloud warnon.

15  Dont a ris neuze da re zalc'het e Tel-Abib, d'ar re a oa o chom tost da stźr Kebar, hag e chomis d'al lec'h ma choment, hag e chomis eno en o zouez, souezhet bras, e-pad seizh devezh.

16  A-benn seizh deiz, komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

17  Mab an den, lakaet em eus ac'hanout da c'hedour war di Israel. Selaou a ri komz va genoł, hag e kemenni anezho eus va ferzh.

18  Pa lavarin d'an hini drouk: Mervel a ri! ma ne gemennez ket anezhań, ma ne gomzez ket ouzh an hini drouk, evit e aliań da zistreiń eus e hent fall evit saveteiń e vuhez, an den drouk-se a varvo en e zireizhder, met me a c'houlenno e wad eus da zorn.

19  Met mar kemennez an hini drouk, ha ma ne zistro ket eus e zrougiezh hag eus e hent fall, e varvo en e zireizhder, met te a saveteo da ene.

20  Ha mar distro an hini reizh diwar e reizhder ha ma ra an droug, e lakain ur maen-kouezh dirazań hag e varvo. Dre ma na'z po ket e gemennet, e varvo en e bec'hed ha ne vo ket meneget e zireizhder en doa graet, ha me a c'houlenno e wad eus da zorn.

21  Met mar kemennez an hini reizh evit na bec'ho ket, ha ma ne bec'h ket, a-dra-sur e vevo dre ma ec'h eus e gemennet, ha te a saveteo da ene.

22  Dorn an AOTROU a voe eno warnon, hag e lavaras din: Sav, kae d'ar blaenenn, hag eno e komzin ouzhit.

23  Sevel a ris hag ez is d'ar blaenenn, ha setu gloar an AOTROU en em zalc'has eno, evel m'em boa e welet tost da stźr Kebar. Hag e kouezhis war va dremm.

24  Ar Spered a zeuas ennon hag a reas din en em zerc'hel war va zreid. Hag e lavaras din: Kae, hag en em serr e-barzh da di.

25  Mab an den, setu ma vo lakaet warnout kerdin, hag e vi ereet ganto, ha ne c'helli ket mont er-maez en o zouez.

26  Stagań a rin da deod ouzh da staon, hag e vi mut, ha ne c'helli ket o repren, rak un ti disent ez int.

27  Met pa gomzin ouzhit, e tigerin da c'henoł, evit ma lavari dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU. Ra selaouo an hini a fello dezhań selaou, ra ne selaouo ket an hini na fello ket dezhań henn ober, rak un ti disent ez int.

 

Pennad 4

1  Ha te, mab an den, kemer ur vrikenn, laka anezhi dirazout, ha tres warni ur gźr, Jeruzalem.

2  Neuze e lakai ar seziz warni, hag e ri kreńvlec'hioł a-enep dezhi, hag e savi tosennoł a-enep dezhi, hag e lakai ur c'hamp en-dro dezhi, ha tourterezioł tro-dro.

3  Kemer ivez ur blakenn-houarn, a lakai evel ur voger-houarn etrezout hag ar gźr. Hag e troi da zremm a-enep dezhi, hag e vo evel sezizet, hag e arsailhi anezhi. Kement-se a vo un arouez evit ti Israel.

4  Goude e c'hourvezi war da du kleiz, hag e lakai warnań direizhder ti Israel. Dougen a ri o direizhder kement a zeizioł ha ma vi gourvezet warnań.

5  Hag e kontin dit un niver a zeizioł kevatal da hini bloavezhioł o direizhder, e-pad tri c'hant dek deiz ha pevar-ugent e tougi direizhder ti Israel.

6  Pa ez po peursevenet an deizioł-se, e c'hourvezi ar wech-mań war da du dehou, hag e tougi direizhder ti Juda e-pad daou-ugent devezh, un devezh evit ur bloavezh, rak e kontan dit un devezh evit ur bloavezh.

7  Hag e troi da zremm a-enep Jeruzalem sezizet, da vrec'h a vo dizoloet, hag e profedi a-enep dezhi.

8  Setu e lakaan ereoł warnout, ha ne droi ket eus un tu war egile betek ma ez po peursevenet deizioł da seziz.

9  Kemer a ri ivez gwinizh, heiz, fav, fer, mell ha yell, hag o lakai en ur pod, hag e ri ganto evidout bara, hervez niver a zeizioł e c'hourvezo war da du; debriń a ri dioutań e-pad tri c'hant dek devezh ha pevar-ugent.

10  Ar voued a zebri a vo eus pouez ugent sikl (~ 200 g) bemdez; debriń a ri gwech ha gwech all.

11  Dour a evi dre vuzul, ur c'hwec'hvedenn a hin (~ 1 l); evań a ri gwech ha gwech all.

12  Debriń a ri ivez gwestell heiz, a boazhi war deil kaoc'h tud, dirak o daoulagad.

13  Hag an AOTROU a lavaras: Evel-se e tebro mibien Israel o bara dic'hlan e-touez ar broadoł am bo o c'haset en o zouez.

14  Neuze e lavaris: A! AOTROU Aotrou! Setu, va ene n'eo ket bet saotret, adalek va yaouankiz betek vremań ne'm eus debret na gorf marv na loen diframmet, ha kig dic'hlan ebet n'eo aet em genoł.

15  Hag e lavaras din: Setu e roan dit kaoc'h ejen e-lec'h kaoc'h tud, ha war gement-se e ri da vara.

16  Hag e lavaras din: Mab an den, setu, ez an da derriń bazh ar bara e Jeruzalem. Debriń a raint bara dre bouez hag er glac'har, evań a raint dour dre vuzul hag er spouron,

17  dre ma vanko dezho bara ha dour, hag e vint souezhet gant an eil ha gant egile, o koazhań en abeg d'o direizhder.

 

Pennad 5

1  Ha te, mab an den, kemer ur c'hleze lemm, ha kemer ivez un aotenn varver a dremeni war da benn ha war da varv. Hag e kemeri ur valańs da bouezań, hag e lodenni ar pezh az po troc'het.

2  Un drederenn a zevi en tan e kreiz kźr, pa vo peursevenet deizioł ar seziz; un drederenn a skoi gant ar c'hleze tro-dro dezhi; an drederenn diwezhań a stlabezi en avel, hag e tennin ar c'hleze war o lerc'h.

3  Koulskoude e kemeri un nebeudig anezho, a lakai e pleg da vantell.

4  Hag eus ar re-se c'hoazh e kemeri reoł bennak a daoli e-kreiz an tan hag a zevi en tan. Ac'hane e teuio un tan a-enep holl di Israel.

5  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu ar Jeruzalem-mań am boa lakaet e-kreiz ar broadoł hag ar broioł a zo en-dro dezhi.

6  Troet he deus va barnedigezhioł da fallagriezh muioc'h eget ar broadoł, ha va reolennoł muioc’h eget ar broioł a zo en-dro dezhi, rak disprizet o deus va barnedigezhioł ha n'o deus ket kerzhet hervez va reolennoł.

7  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Dre ma'z oc'h en em ziskouezet disentoc'h eget ar broadoł a zo en-dro deoc'h, ma n'hoc'h eus ket kerzhet hervez va reolennoł na miret va barnedigezhioł, ma n'hoc'h eus ket zoken miret barnedigezhioł ar broadoł a zo en-dro deoc'h,

8  en abeg da-se evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzhit, hag e rin va-unan va barnedigezhioł en da greiz, dirak daoulagad ar broadoł.

9  En abeg da'z holl euzhusterioł, me a raio dit ar pezh na'm boa ket c'hoazh graet ha na rin biken ken.

10  Tadoł a zebro o mibien en da greiz, ha mibien a zebro o zadoł. Evel-se e rin va barnedigezhioł a-enep dit, hag e stlabezin an nemorant d'an holl avelioł.

11  Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU; saotret ac'h eus va santual gant da holl draoł kasonius ha da holl euzhusterioł, neuze me ivez en em denno, va lagad n'esperno ket ac'hanout, hag e vin didruez.

12  Un drederenn ac'hanout a varvo gant ar vosenn hag a vo kuzumet gant an naonegezh en da greiz; un drederenn a gouezho gant ar c'hleze tro-dro dit; un drederenn a stlabezin d'an holl avelioł, hag e tennin ar c'hleze war o lerc'h.

13  Sevenet e vo va c'hounnar, hag e paouezo va fulor warno, hag em bo keuz. Pa em bo sevenet va fulor a-enep dezho, e ouezint penaos me an AOTROU am eus komzet em gwarizi.

14  Ober a rin ac'hanout un distruj, un dismegańs e-touez ar broadoł a zo en-dro dit, dirak daoulagad an holl dremenidi.

15  Bez' e vi un dismegańs hag ur vezh, ur skouer hag ur souezh evit ar broadoł a zo en-dro dit, pa rin va barnedigezhioł a-enep dit, gant kounnar, gant fulor, ha gant kastizoł fuloret. Me an AOTROU am eus komzet.

16  Pa daolin a-enep dezho biroł marvus an naonegezh evit ho tiskar hag a gasin d'ho tistrujań, e kreskin an naonegezh warnoc'h, hag e terrin evidoc'h bazh ar bara.

17  Kas a rin a-enep deoc'h an naonegezh hag al loened fall, a lamo diganit da vugale. Ar vosenn hag ar gwad a dremeno dre da zouez, hag e lakain ar c'hleze da zont warnout. Me an AOTROU am eus komzet.

 

Pennad 6

1  Komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

2  Mab an den, tro da zremm ouzh menezioł Israel, hag e profedi a-enep dezho.

3  Lavar: Menezioł Israel, selaouit komz an Aotrou AOTROU. Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU d'ar menezioł ha d'ar c'hrec'hiennoł, d'ar stźrioł ha d'an traoniennoł: Setu me amań, hag e lakain ar c'hleze da zont warnout, hag e tistrujin hoc'h uhellec'hioł.

4  Hoc'h aoterioł a vo diskaret, ho peulioł-heol a vo bruzunet, hag e lakain da gouezhań ho lazhidi dirak hoc'h idoloł.

5  Lakaat a rin korfoł marv mibien Israel dirak o idoloł, hag e stlabezin hoc'h eskern en-dro d'hoc'h aoterioł.

6  El lec'h m'emaoc'h o chom, ho kźrioł a vo gwastet, an uhellec'hioł a zeuio da vezań distro, en hevelep doare ma vo gwastet ha diskaret hoc'h aoterioł, bruzunet ha distrujet hoc'h idoloł, lakaet a dammoł ho peulioł-heol, kaset da netra hoc'h oberennoł.

7  Al lazhidi a gouezho en ho touez, hag e ouiot ez on me an AOTROU.

8  Koulskoude e lezin un nemorant ac'hanoc'h, a dec'ho dirak ar c'hleze e-touez ar broadoł, pa viot stlabezet e meur a vro.

9  Ho re hag a vo en em dennet o devo sońj ac'hanon e-touez ar broadoł ma vint dalc'het enno, dre ma em bo rannet o c'halon avoultr a zo en em zistroet diouzhin, kenkoulz hag o daoulagad avoultr a zo aet war-lerc'h o idoloł. Heug o devo outo o-unan en abeg d'an droug o devo graet hag en abeg d'o holl euzhusterioł.

10  Hag e ouezint ez on me an AOTROU, ha n'eo ket en aner am eus gourdrouzet anezho eus an holl boanioł-se.

11  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Sko gant da zorn, sko gant da droad, ha lavar: Siwazh, evit an holl euzhusterioł fall ti Israel! Rak e kouezhint dre ar c'hleze, dre an naonegezh ha dre ar vosenn.

12  An hini a vo pell a varvo dre ar vosenn, an hini a vo tost a gouezho dre ar c'hleze, an hini a vo manet hag a vo sezizet a varvo dre an naonegezh. Evel-se e vo sevenet va c'hounnar a-enep dezho.

13  Hag e ouiot ez on me an AOTROU pa vo o lazhidi gourvezet e-touez o idoloł, en-dro d'o aoterioł, war bep krec'h uhel, war bep blein menez, dindan pep gwezenn c'hlas, dindan pep dervenn dev, e pep lec'h ma kinnigent c'hwezh-vat d'o holl idoloł.

14  Astenn a rin va dorn warno, hag e lakain ar vro da vezań gwastet, krinoc'h eget gouelec'h Dibla, hag e ouezint ez on me an AOTROU.

 

Pennad 7

1  Komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

2  Ha te, mab an den, evel-henn e komz an Aotrou AOTROU ouzh bro Israel: An diwezh! An diwezh a zeu war bevar c'horn ar vro!

3  Bremań emań an diwezh warnout, hag e kasin va c'hounnar a-enep dit, hag e varnin ac'hanout hervez da hentoł, hag e lakain warnout da holl euzhusterioł.

4  Va lagad n'esperno ket ac'hanout, hag e vin didruez, hag e lakain warnout da hentoł, ha da euzhusterioł a vo en da greiz, hag e ouiot ez on me an AOTROU.

5  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Ur gwalleur, ur gwalleur nemetań! Setu, dont a ra!

6  An diwezh a zeu, an diwezh a zeu! Dihunet eo a-enep dit! Setu, dont a ra!

7  Da dro a zo deuet, annezad ar vro! Ar mare a zo deuet, an deiz a dosta, deiz a spouron, ha ne vo kriadenn ebet war ar menezioł.

8  Bremań emaon o vont da skuilhań va fulor warnout ha da deurel va c'hounnar a-enep dit, hag e varnin ac'hanout hervez da hentoł, hag e lakain warnout da holl euzhusterioł.

9  Va lagad n'esperno ket ac'hanout, hag e vin didruez, hag e lakain warnout da hentoł, da euzhusterioł a vo en da greiz, hag e ouiot ez on me an AOTROU a sko.

10  Setu an deiz! Setu, dont a ra! Da dro a zo deuet, bleuniet eo ar wialenn! Dispaket eo al lorc'hentez!

11  Ar feulster a sav evit dont da vezań gwialenn an drougiezh, ne vano netra anezho, nag eus o engroez, nag eus o safar, ha den ne hirvoudo warno.

12  Ar mare a zo deuet, an deiz a dosta! Ra ne vo ket laouen ar prener, ra ne vo ket glac'haret ar gwerzher, rak ez eus fulor a-enep o holl engroez.

13  Rak ar gwezher ne zistroio ket d'ar pezh en devo gwerzhet, ha pa vefe bev zoken, rak ar weledigezh diwar-benn o holl engroez ne vo ket torret, ha den n'en em greńvaio e direizhder e vuhez.

14  Seniń a ra an drompilh ha pep tra a zo prest, met den ne gerzh d'an emgann, rak emań va c'hounnar war o holl engroez.

15  Ar c'hleze en diavaez, ar vosenn hag an naonegezh en diabarzh! An hini a vo er parkeier a varvo dre ar c'hleze, an hini a vo e kźr a vo debret gant an naonegezh hag ar vosenn.

16  Ar re a zo en em dennet a dec'ho, hag e vint heńvel ouzh koulmed an traoniennoł war ar menezioł, an holl o huanadiń, pep hini evit e zireizhder.

17  An holl zornioł a vo dinerzh, an holl c'hlinoł a deuzo da zour.

18  En em c'hourizań a raint gant seier, ar spouron o goloio, ar vezh a vo war o holl zremmoł, o holl bennoł a vo touzet.

19  Teurel a raint o arc'hant er straedoł, o aour a vo un heug dezho. Nag o arc'hant nag o aour ne c'hellint o dieubiń da zeiz kounnar bras an AOTROU. Ne roint ket o gwalc'h d'o eneoł, ne leugnint ket o bouzelloł, rak o direizhder a zeu da vezań ur maen-kouezh evito.

20  Lorc'hus e oant eus o c'hinklerezh kaer, met graet o deus gantań skeudennoł eus o euzhusterioł hag eus o zraoł kasonius. Setu perak em eus graet anezhań un heug dezho.

21  E reiń a rin evel preizh da zaouarn an diavaezidi, hag evel diwisk da re zrouk an douar, a saotro anezhań.

22  Hag e tistroin va dremm diouto, hag e vo saotret va lec'h kuzhet; tud taer a zeuio ennań hag en saotro.

23  Kempenn chadennoł! Rak ar vro a zo leun a dorfedoł, ha kźr a zo leun a feulster.

24  Me a lakaio da zont an droukań eus ar broadoł, hag e tiberc'hennint o ziez, hag e lakain da baouez lorc'h ar re c'halloudek, hag e vo saotret o lec'hioł santel.

25  An distruj a zeu! Klask a raint ar peoc'h, met ne vo ket.

26  Gwalleur war walleur a zeuio, hag e vo brud war vrud. Goulenn a raint ur weledigezh digant ar profed, met al lezenn a vo kollet gant an aberzhourien, hag ar c'huzul gant an henaourien.

27  Ar roue a zougo kańvoł, ar prińs a wisko dic'hoanag, daouarn pobl ar vro a greno. Ober a rin dezho hervez o hentoł, hag o barnin hervez o barnedigezhioł, hag e ouezint ez on me an AOTROU.

 

Pennad 8

1  D'ar c'hwec'hvet bloaz, d'ar c'hwec'hvet miz, d'ar pempvet eus ar miz, evel ma oan azezet em zi ha ma oa henaourien Juda azezet dirazon, e kouezhas warnon dorn an Aotrou AOTROU.

2  Neuze e sellis, ha setu e veze gwelet evel ur stumm tan; adalek stumm e zivgroazell betek traoń e oa tan. Adalek e zivgroazell betek krec'h e oa ur stumm gouloł o skediń evel liv arem lufret.

3  Hag ec'h astennas doare un dorn, a grogas ennon dre vlev va fenn. Ar Spered am savas etre an douar hag an neńv hag am degasas da Jeruzalem e gweledigezhioł doueel, ouzh toull dor an diabarzh troet etrezek an hanternoz, e-lec'h ma en em gave idol ar warizi, a atiz gwarizi.

4  Ha setu, gloar Doue Israel a oa eno, evel m'em boa e welet e gweledigezh en draonienn.

5  Hag e lavaras din: Mab an den, sav da zaoulagad etrezek hent an hanternoz. Neuze e savis va daoulagad etrezek hent an hanternoz, ha setu, etrezek an hanternoz, ouzh dor an aoter, en digor, e oa idol ar warizi-mań.

6  Hag e lavaras din: Mab an den, hag e welez ar pezh a ra an dud-se hag an euzhusterioł bras a ra amań ti Israel, evit pellaat ac'hanon diouzh va santual? Met tro, hag e weli c'hoazh euzhusterioł brasoc'h.

7  Degas a reas ac'hanon da zigor al leurenn; hag e sellis, ha setu, e oa un toull er voger.

8  Hag e lavaras din: Mab an den, treuz ar voger. Hag e treuzis ar voger, ha setu, e oa un nor.

9  Hag e lavaras din: Kae e-barzh, ha gwel an euzhusterioł fallakr a reont amań.

10  Mont a ris eta hag e sellis, ha setu ma oa a bep seurt stlejviled ha loened euzhus hag idoloł ti Israel livet war ar voger tro-dro.

11  Bez' e oa dek den ha tri-ugent a-douez henaourien ti Israel, gant Jaazania mab Shafan en o zouez. Hag en em zalc'hent en o sav dirazo, pep hini un ezańsouer en e zorn, a-belec'h e save ur goabrenn deńval a ezańs.

12  Hag e lavaras din: Mab an den, hag ec'h eus gwelet ar pezh a ra henaourien ti Israel en deńvalijenn, pep hini en e gambr skeudennoł? Rak e lavaront: An AOTROU ne wel ket ac'hanomp, an AOTROU en deus dilezet ar vro.

13  Hag e lavaras din: Met tro, hag e weli c'hoazh euzhusterioł brasoc'h a reont.

14  Degas a reas ac'hanon da zigor dor ti an AOTROU troet etrezek an hanternoz. Ha setu ma oa aze maouezed o ouelań Tammuz.

15  Hag e lavaras din: Mab an den, hag ec'h eus gwelet? Met tro, hag e weli c'hoazh euzhusterioł brasoc'h.

16  Hag e tegasas ac'hanon da leurenn an diabarzh eus ti an AOTROU, ha setu, e digor templ an AOTROU, etre ar porched hag an aoter, e oa war-dro pemp den warn-ugent o treiń o c'hein da dempl an AOTROU, o dremm etrezek ar sav-heol, o stouiń dirak an heol etrezek ar sav-heol.

17  Hag e lavaras din: Mab an den, hag ec'h eus gwelet? Ha re nebeut eo evit ti Juda ober an traoł euzhus a reont amań? Rak leuniet o deus ar vro gant feulster hag atizet o deus va c'hounnar. Ha setu, e tostaont ur skourrig ouzh o fri.

18  Ha me ivez a raio gant fulor, va lagad n'esperno ket, hag e vin didruez. Pa griint a vouezh uhel da'm divskouarn, ne selaouin ket outo.

 

Pennad 9

1  Hag e krias a vouezh uhel da'm divskouarn o lavarout: Tostait kastizerien kźr, pep hini gant e venveg-distrujań en e zorn.

2  Setu c'hwec'h den a zeuas dre hent an nor uhelań troet etrezek an hanternoz, pep hini gant e venveg-distrujań en e zorn. En o zouez e oa un den gwisket gant lin, o tougen ur pod-liv skriver en e c'houriz. Mont a rejont e-barzh hag en em zalc'hjont e-kichen an aoter arem.

3  Neuze gloar Doue Israel a savas dreist ar cherubin ma oa warnań, etrezek treuzoł an ti. Hag e c'halvas an den gwisket gant lin, an hini a zouge ur pod-liv skriver en e c'houriz.

4  An AOTROU a lavaras dezhań: Kae dre greiz kźr, dre greiz Jeruzalem, hag e ri ur merk war dal an dud a hirvoud hag a huanad en abeg d'an holl euzhusterioł a vez graet en he c'hreiz.

5  Hag e lavaras d'ar re all, en doare ma klevjen: Tremenit dre gźr war e lerc'h, ha skoit! Ra n'esperno ket ho lagad, ha ra viot didruez.

6  Lazhit anezho holl betek an distruj: tud kozh, tud yaouank, gwerc'hezed, bugale, maouezed; met na dostait ket ouzh kement hini a zougo ar merk; krogit gant va santual. Kregiń a rejont gant ar re gozh a oa dirak an ti.

7  Hag e lavaras dezho: Saotrit an ti, leugnit al leurenn gant an dud lazhet. Kit er-maez! Hag ez ejont er-maez hag e skojont e kźr.

8  Evel ma skoent ha ma chomen c'hoazh eno, e kouezhis war va dremm hag e kriis o lavarout: A! AOTROU Aotrou! Ha fellout a ra dit distrujań holl nemorant Israel, en ur skuilhań da fulor war Jeruzalem?

9  Hag e lavaras din: Direizhder ti Israel ha Juda a zo bras dreist pep muzul, hag ar vro a zo leun a wad, kźr a zo leun a falloni. Rak e lavaront: An AOTROU en deus dilezet ar vro, an AOTROU ne wel ket.

10  Ha me ivez, va lagad n'esperno ket, hag e vin didruez, hag e lakain o hentoł war o fenn.

11  Ha setu, an den gwisket gant lin hag a zouge ur pod-liv en e c'houriz a gontas ar pezh a oa bet graet o lavarout: Graet em eus evel ma ez poa gourc'hemennet din.

 

Pennad 10

1  Sellout a raen, ha setu en astennidigezh a oa dreist penn ar cherubined, en em ziskouezas un neuz heńvel ouzh un tron, evel ur maen safir a-us dezho.

2  Hag e komzas ouzh an den gwisket gant lin o lavarout: Kae etre ar rodoł dindan ar cherubined, leugn da zaouarn a c'hlaou-bev a gemeri etre ar cherubined, hag e skuilhi anezho war gźr. Hag ez eas dirak va daoulagad.

3  Ar cherubined en em zalc'he a-zehou d'an ti pa'z eas an den e-barzh, hag ar goabrenn a leunias leurenn an diabarzh.

4  Neuze gloar an AOTROU a savas dreist ar cherubined, etrezek treuzoł an ti; hag an ti a voe leuniet gant ar goabrenn, e-pad ma voe al leurenn leuniet gant sked gloar an AOTROU.

5  Hag e veze klevet trouz eskell ar cherubined betek leurenn an diavaez, heńvel ouzh mouezh an Doue holl-c'halloudek pa gomz.

6  Setu, p'en doe roet an urzh-mań d'an den gwisket gant lin en ur lavarout: Kemer tan etre ar rodoł dindan ar cherubined, eń a yeas d'en em zerc'hel e-kichen ar rodoł;

7  unan eus ar cherubined a astennas e zorn etre ar cherubined, war-zu an tan a oa etre ar cherubined; kemer a reas dioutań hag en lakaas e daouarn an den gwisket gant lin. Hag hemań en em dennas goude bezań e zegemeret.

8  Hag e voe gwelet doare un dorn den dindan eskell ar cherubined.

9  Sellout a raen, ha setu ma oa peder rod e-kichen ar cherubined, ur rod e-kichen pep cherubin, ha neuz ar rodoł a oa evel liv ur maen krizolit.

10  O-feder holl o doa an hevelep neuz, pep rod a seblante treuziń dre he c'hreiz ur rod all.

11  En ur vont ez aent war o fevar zu. Ne droent ket en ur vont, met e heulient an tu ma oa troet ar penn. Ne droent ket en ur vont.

12  Holl gorf ar cherubined, o c'hein, o daouarn, o eskell, evel ar rodoł, a oa goloet a lagadoł tro-dro, rodoł pep hini ar pevar.

13  Ar rodoł, a glevis a oa anvet: Troiata.

14  Pep hini en doa peder dremm: an dremm kentań, dremm ur cherubin; an eil dremm, dremm un den; an deirvet, dremm ul leon; ar bedervet, dremm un erer.

15  Ar cherubined a savas; bez' e oant ar bevien am boa gwelet tost da stźr Kebar.

16  Pa'z ae ar cherubined, ar rodoł a yae en o c'hichen, pa zisplege ar cherubined o eskell evit sevel diwar an douar, ar rodoł ivez ne zistroent ket diouzh o c'hichen.

17  Pa arsavent, ec'h arsavent, pa savent, ec'h uhelaent, rak spered ar bevien a oa enno.

18  Ha gloar an AOTROU en em dennas diwar dreuzoł an ti, hag en em zalc'has war ar cherubined.

19  Ar cherubined a zisplegas o eskell hag a savas eus an douar dirak va daoulagad; pa'z ejont kuit, ar rodoł a oa en o c'hichen. Chom a rejont en o sav ouzh toull dor ti an AOTROU troet etrezek ar sav-heol, ha gloar Doue Israel a oa warno, en nec'h.

20  Bez' e oant ar bevien am boa gwelet dindan Doue Israel tost da stźr Kebar, hag em boa anavezet e oant cherubined.

21  Pep hini en doa peder dremm ha peder askell, ha dindan o eskell e oa doare daouarn un den.

22  Doare o dremmoł a oa hini an dremmoł am boa gwelet tost da stźr Kebar, an hevelep stumm o doa. Pep hini anezho a gerzhe war-eeun dezhań.

 

Pennad 11

1  Ar Spered a savas ac'hanon hag a zegasas ac'hanon da zor ar sav-heol eus ti an AOTROU, d'an hini troet etrezek ar sav-heol. Ha setu ouzh toull an nor, e oa pemp den warn-ugent, hag en o zouez e welis Jaazania mab Azur ha Pelatia mab Benaja, pennoł ar bobl.

2  Hag e lavaras din: Mab an den, setu aze an dud o deus sońjoł drouk hag a ro kuzulioł fall er gźr-mań,

3  o lavarout: N'eo ket an eur da sevel tiez; houmań eo ar gaoter, ha ni eo ar c'hig.

4  Setu perak e profedi a-enep dezho, ya profediń a ri mab an den.

5  Spered an AOTROU a gouezhas warnon hag a lavaras din: Evel-henn e komz an AOTROU: Evel-se hoc'h eus komzet, ti Israel, hag ar pezh a zeu d'ho spered a anavezan.

6  Liesaet hoc'h eus ho muntridi er gźr-mań, leuniet hoc'h eus he straedoł a gorfoł marv.

7  Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Ho muntridi hoc'h eus astennet en he c'hreiz eo ar c'hig, hag hi eo ar gaoter. Met c'hwi, lakaet e viot da vont e-maez eus he c'hreiz.

8  Aon hoc'h eus rak ar c'hleze, ha me a lakaio ar c'hleze da zont warnoc'h, eme an Aotrou AOTROU.

9  Lakaet e viot da vont e-maez eus he c'hreiz, ho lakain etre daouarn diavaezidi, hag e rin va barnedigezhioł a-enep deoc'h.

10  Kouezhań a reot dre ar c'hleze, barn a rin ac'hanoc'h war harzoł Israel, hag e ouiot ez on me an AOTROU.

11  Hi ne vo ket evidoc'h ar gaoter, ha ne viot ket enni ar c'hig, war harzoł Israel eo e varnin ac'hanoc'h.

12  Hag e ouiot ez on me an AOTROU, rak n'hoc'h eus ket kerzhet hervez va reolennoł, na miret va barnedigezhioł, met graet hoc'h eus hervez barnedigezhioł ar broadoł a zo en-dro deoc'h.

13  Evel ma profeden, Pelatia mab Benaja a varvas. Neuze e kouezhis war va dremm hag e kriis a vouezh uhel o lavarout: A! Aotrou AOTROU! Ha fellout a ra dit kas da netra nemorant Israel?

14  Ha komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

15  Mab an den, da vreudeur, da vreudeur, tud da gerentiezh, hag holl di Israel, eo ar re o deus lavaret dezho tud Jeruzalem: Pellait diouzh an AOTROU, deomp-ni eo ar vro-mań roet da hźrezh.

16  Setu perak, lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Petra bennak ma o dalc'han pell e-touez ar broadoł, petra bennak ma em eus o stlabezet e meur a vro, koulskoude e vin evito ur santual bihan er broioł ma'z int aet enno,

17  ha setu perak, lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Dastum a rin ac'hanoc'h a-douez ar broadoł, bodań a rin ac'hanoc'h eus ar broioł e-lec'h ma hoc'h bet stlabezet, hag e roin deoc'h douar Israel.

18  Mont a raint ennań, hag e tilamint eus e greiz an holl draoł kasaus hag an holl draoł euzhus.

19 Reiń a rin dezho un hevelep kalon, hag e lakain enno ur spered nevez; lemel a rin ar galon vein eus o c'hig, hag e roin dezho ur galon gig,

20  evit ma gerzhint em reolennoł ha ma virint va barnedigezhioł ha ma raint hervezo; hag e vint va fobl, hag e vin o Doue

21  Hag evit ar re a zo o c'halon o kerzhout war-lerc'h o zraoł kasaus hag o zraoł euzhus, e lakain o hentoł war o fenn, eme an Aotrou AOTROU.

22  Ar cherubined a zisplegas o eskell, gant ar rodoł en o c'hichen, ha gloar Doue Israel a oa warno, en nec'h.

23  Gloar an AOTROU a savas diwar greiz kźr hag en em zalc'has war ur menez a zo ouzh sav-heol kźr.

24  Ar Spered a savas ac'hanon hag a zegasas ac'hanon da Galdea, e-kichen ar re zalc'het, e gweledigezh dre Spered Doue. Hag ar weledigezh am boa gwelet a tec'has kuit a-zirazon.

25  Neuze e lavaris d'ar re zalc'het an holl draoł en doa an AOTROU diskouezet din.

 

Pennad 12

1  Ha komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

2  Mab an den, emaout o chom e-touez un ti disent, daoulagad o deus evit gwelout ha ne welont ket, divskouarn o deus evit klevout ha ne glevont ket, rak un ti disent ez int.

3  Te neuze, mab an den, gra dit pakadoł evit ermaeziań, ha kae er-maez e-kreiz an deiz dirak o daoulagad. Kae er-maez, eus al lec'h ma chomez da ul lec'h all, dirak o daoulagad, ha marteze e welint ez int un ti disent.

4  Kas er-maez da bakadoł, evel pakadoł beaj, e-kreiz an deiz dirak o daoulagad. Ha kae er-maez d'abardaez dirak o daoulagad, evel ma ra un den a ya kuit.

5  Dirak o daoulagad e treuzi ar voger, hag e kasi anezho er-maez dre amań.

6  Dirak o daoulagad e tougi anezho war da skoaz, hag e kasi anezho er-maez pa vo teńval. Goleiń a ri da zremm evit na weli ket an douar, rak da lakaet em eus evel un arouez evit ti Israel.

7  Ober a ris evel ma oa bet gourc'hemennet din, kas a ris er-maez va fakadoł, evel pakadoł beaj, e-kreiz an deiz; d'abardaez e toullis gant va dorn ar voger; en deńvalijenn e kasis anezho er-maez, hag e tougis anezho war va skoaz dirak o daoulagad.

8  Diouzh ar beure komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

9  Mab an den, ha n'en deus ket lavaret dit ti Israel, an ti disent: Petra a rez?

10  Lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: An diougan-se a zo evit ar prińs a zo e Jeruzalem, kenkoulz hag evit holl di Israel en em gav eno.

11  Lavar: Me a zo un arouez; graet e vo dezho evel ma em eus graet, ermaeziań a raint, da vont e dalc'hidigezh.

12  Ar prińs a zo en o zouez a zougo e bakad war e skoaz hag a yelo er-maez en deńvalijenn. Ar voger a vo toullet dezhań, evit e gas er-maez. Goleiń a raio e zremm, evit na welo ket an douar.

13  Astenn rin va roued warnań, paket e vo em lasoł, kas a rin anezhań da Vabilon e vro ar Galdeiz, met ne welo ket anezhi, hag e varvo eno.

14  An holl re a zo en-dro dezhań, e skoazellerien hag e holl armeoł, a stlabezin d'an holl avelioł, hag e tennin ar c'hleze war o lerc'h.

15  Hag e ouezint ez on me an AOTROU, pa em bo o stlabezet e-touez ar broadoł, hag o strewet e meur a vro.

16  Koulskoude e lezin un niver bihan a dud anezho, a dec'ho dirak ar c'hleze, dirak an naonegezh ha dirak ar vosenn, evit ma tisklźriint o holl euzhusterioł e-touez ar broadoł ma'z aint enno, hag e ouezint ez on me an AOTROU.

17  Ha komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

18  Mab an den, debriń a ri da vara gant skrijadenn, evań a ri da zour gant krenijenn ha spouron,

19  hag e lavari da bobl ar vro: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU diwar-benn tud Jeruzalem ha douar Israel: Debriń a raint o bara gant enkrez hag evań a raint o dour gant spont, rak e vo diwisket ar vro eus he leunder, en abeg da feulster an holl re a zo o chom enni.

20  Ar c'hźrioł poblet a vo gwastet hag ar vro a vo glac'haret, hag e ouiot ez on me an AOTROU.

21  Ha komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

22  Mab an den, petra eo ar c'hrennlavar-mań hoc'h eus e bro Israel, hag a zisplegit: An deizioł a bellaio, ha pep gweledigezh a vo kollet?

23  Setu perak, lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Me a lakain ar c'hrennlavar-se da echuiń, ha ne vo ken graet gantań en Israel. Met lavar dezho: An deizioł a dosta, hag e vo peurc'hraet pep gweledigezh.

24  Ne vo gweledigezh aner ebet ken na diouganoł touellus e-kreiz ti Israel.

25  Rak me an AOTROU a gomzo, hag ar gomz a lavarin a vo peursevenet, ha ne vo ket daleet. Ya, ti disent, en ho teizioł e lavarin ar gomz hag e peursevenin anezhań, eme an Aotrou AOTROU.

26  Ha komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

27  Mab an den, ti Israel a lavar: Ar weledigezh a wel a zo a amzer hir, emań o profediń evit amzerioł pell.

28  Setu perak, lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Va holl gomzoł ne vint ken daleet, met ar gomz a lavarin a vo peursevenet, eme an Aotrou AOTROU.

 

Pennad 13

1  Ha komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

2  Mab an den, profediń a ri a-enep profeded Israel a zo o profediń. Lavar d'ar re a zo o profediń hervez o c'halon o-unan: Selaouit komz an AOTROU:

3  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Gwalleur d'ar brofeded diskiant a heuilh o spered o-unan, ha n'o deus ket gwelet tra ebet.

4  Israel, da brofeded a zo bet evel lern er gouelec'hioł.

5  N'oc'h ket pignet war ar freuzoł, n'oc'h ket savet ur voger en-dro da di Israel, evit ma chomo start er brezel da zeiz an AOTROU.

6  O gweledigezhioł a zo aner hag o diouganoł touellus, pa lavaront: Disklźriet en deus an AOTROU! Met n'en deus ket an AOTROU kaset anezho, ha lakaet o deus da esperout e vefe sevenet o c'homz.

7  Ha n'hoc'h eus ket gwelet gweledigezhioł aner, ha n'hoc'h eus ket roet diouganoł touellus? Hogen e lavarit: Disklźriet en deus an AOTROU; ha n'em eus ket komzet.

8  Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir hoc'h eus lavaret traoł aner hag hoc'h eus roet gweledigezhioł touellus, setu em eus droug ouzhoc'h, eme an Aotrou AOTROU.

9  Va dorn a vo war ar brofeded o deus gweledigezhioł aner ha diouganoł touellus. Ne gemerint ken perzh e bodadenn va fobl, ne vint ken enskrivet war varilhoł ti Israel, ned aint ken war zouar Israel, hag e ouiot ez on me an Aotrou AOTROU.

10  Abalamour, ya, abalamour ma tiankont va fobl, en ur lavarout: Peoc'h! pa n'eus ket a beoc'h, hag unan a sav ur voger, hag egile a c'holo anezhi gant pri-raz,

11  lavar d'ar re a c'holo anezhi gant pri-raz ez aio d'an traoń. Ur glav bras a savo, ha c'hwi grizilhennoł, c'hwi a gouezho, hag ur gorventenn a darzho.

12  Ha setu, ar voger a ya d'an traoń. Ha ne vo ket lavaret deoc'h: Pelec'h emań ar pri-raz ho poa lakaet warni?

13  Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Em fulor e lakain da darzhań ur gorventenn, hag em c'hounnar e vo ur glav bras ha grizilhennoł aet en egar, evit distrujań holl.

14  Diskar a rin ar voger hoc'h eus goloet gant pri-raz, he zaolin d'an douar, he diazez a lakain en noazh, mont a raio d'an traoń, hag e viot distrujet en he c'hreiz, hag e ouiot ez on me an AOTROU.

15  Sevenet e vo va c'hounnar a-enep ar voger hag a-enep ar re o devo he goloet gant pri-raz, hag e lavarin deoc'h: N'emań ken ar voger, ha n'emań ken ar re o deus he goloet,

16  profeded Israel o deus profedet diwar-benn Jeruzalem hag o deus bet eviti gweledigezhioł a beoc'h, pa n'eus ket a beoc'h, eme an Aotrou AOTROU.

17  Ha te, mab an den, tro da zremm ouzh merc'hed da bobl a zo o profediń hervez o c'halon o-unan, hag e profedi a-enep dezho.

18  Lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Gwalleur d'ar re a zo o wriat pluegoł evit an daouarzorn, hag a ra gouelioł evit pennoł tud a bep ment, evit touellań an eneoł. Hag e touellfec'h eneoł va fobl, hag e savetefec'h hoc'h eneoł-c'hwi?

19  Hag e tizenorfec'h ac'hanon e-kichen va fobl evit dornadoł heiz hag evit tammoł bara, o lakaat da vervel eneoł na zleont ket mervel, hag o lakaat da vevań eneoł na zleont ket bevań, en ur douellań evel-se va fobl a selaou ar gaou?

20  Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzh ho pluegoł, a douellit ganto an eneoł evit o lakaat da nijal kuit. Hag e fregin anezho diouzh ho tivrec'h, hag e tieubin an eneoł hoc'h eus touellet evit o lakaat da nijal kuit.

21  Fregań a rin ho kouelioł, hag e tieubin va fobl diouzh ho taouarn, ha ne vint ken etre ho taouarn da vezań touellet, hag e ouiot ez on me an AOTROU.

22  Dre ma hoc'h eus glac'haret gant ho kevier kalon an den reizh na'm eus ket tristaet, ha dre ma hoc'h eus kennerzhet daouarn an den drouk evit na zistroio ket eus e hent fall da gavout ar vuhez,

23  n'ho po ken a weledigezhioł aner ha ne lavarot ken a ziouganoł, hag e tieubin va fobl diouzh ho taouarn, hag e ouiot ez on me an AOTROU.

 

Pennad 14

1  Hiniennoł eus henaourien Israel a zeuas da'm c'havout hag a azezas dirazon.

2  Ha komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

3  Mab an den, an dud-se a zoug o idoloł en o c'halon, dirak o dremm o deus ar pezh o laka da gouezhań en direizhder. Hag e vefen klasket da vat ganto?

4  Setu perak e komzi outo hag e lavari dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Piv bennak eus ti Israel hag a zoug e idoloł en e galon hag en deus dirak e zremm ar pezh a laka anezhań da gouezhań en direizhder, mar deu da gavout ar profed, me an AOTROU a responto dezhań va-unan, hervez e idoloł niverus,

5  evit tapout re di Israel dre o c'halon o-unan, int hag a zo holl pellaet diouzhin gant o idoloł.

6  Setu perak e lavari da di Israel: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Distroit, distroit diouzh hoc'h idoloł, distroit ho tremmoł diouzh hoc'h holl euzhusterioł.

7  Piv bennak eus ti Israel pe eus an diavaezidi o chom en Israel, hag a bella diouzhin hag a zoug e idoloł en e galon hag en deus dirak e zremm ar pezh a laka anezhań da gouezhań en direizhder, mar deu da gavout ar profed evit va goulennata drezań, me an AOTROU a responto dezhań va-unan.

8  Hag e troin va dremm a-enep an den-se, evit ma servijo da arouez ha da grennlavar, hag e lamin anezhań a-douez va fobl. Hag e ouiot ez on me an AOTROU.

9  Ha mard eo touellet ar profed, hag e lavar ur ger bennak, eo me an AOTROU en devo touellet ar profed-se, hag ec'h astennin va dorn en e enep, hag e lamin anezhań a-douez va fobl Israel.

10  Hag e tougint o direizhder. Direizhder an hini a c'houlennata a vo evel direizhder ar profed,

11  evit ma ne bellaio ken ti Israel diouzhin, ha ma n'en em saotro ken dre o holl disentidigezh, met ma vint va fobl ha ma vin o Doue, eme an Aotrou AOTROU.

12  Ha komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

13  Mab an den, ma pec'h ur vro a-enep din oc'h ober dislealded, ma astennan va dorn en hec'h enep, ma torran bazh ar bara enni, ma kasan dezhi an naonegezh, ma laman diouti tud ha loened,

14  ha ma en em gavfe eno an tri den-mań, Noe, Daniel ha Job, e savetefent o eneoł en abeg d'o reizhder, eme an Aotrou AOTROU.

15  Ma lakafen loened noazus da dremen er vro, evit he gwastań betek ma vefe ur gouelec'h, ul lec'h na dremenfe den ken en abeg d'al loened-se,

16  ha ma en em gavfe an tri den-se eno, me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, ne savetefent na mibien na merc'hed, int hepken a vefe saveteet, hag ar vro a teufe da vezań ur gouelec'h.

17  Pe ma kasfen ar c'hleze war ar vro-se ha ma lavarfen: Ra dremeno ar c'hleze dre ar vro, evit lemel diouti tud ha loened,

18  ha ma en em gavfe an tri den-se eno, me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, ne savetefent na mibien na merc'hed, int hepken a vefe saveteet.

19  Pe ma kasfen ar vosenn war ar vro-se ha ma skuilhfen warni va fulor betek lakaat ar gwad da redek, evit lemel diouti tud ha loened,

20  ha ma en em gavfe eno an tri den-mań, Noe, Daniel ha Job, me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, ne savetefent na mibien na merc'hed, int hepken a vefe saveteet en abeg d'o reizhder.

21  Rak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Petra bennak ma kasan va fevar barn drouk a-enep Jeruzalem, ar c'hleze, an naonegezh, al loened noazus hag ar vosenn, evit lemel diouti tud ha loened,

22  koulskoude e chomo enni un nemorant a dec'ho, mibien ha merc'hed a vo lakaet da zont er-maez. Setu ma teuint d'ho kavout, hag e welot o hent hag o oberennoł, hag e viot frealzet eus ar gwalleurioł am eus lakaet da gouezhań war Jeruzalem hag eus kement a zo c'hoarvezet ganti.

23  Ho frealziń a raint pa ho po gwelet o hent hag o oberennoł. Neuze ec'h anavezot n'em bo ket graet hep abeg an holl bezh am eus graet dezhi, eme an Aotrou AOTROU.

 

Pennad 15

1  Komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

2  Mab an den, koad ar winienn, ha talvezout a ra muioc'h eget pep koad all, pe eget ur skourr e-touez gwez ar goadeg?

3  Hag e vez kemeret koad dioutań evit ober un oberenn bennak? Hag e vez kemeret un ibil dioutań evit ispilhań un dra bennak?

4  Setu, taolet eo en tan da vezań devet, ha pa vez devet e zaou benn gant an tan, e greiz a zo dija entanet. Ha mat e vefe d'ul labour bennak?

5  Setu, pa oa en e bezh, ne veze graet labour ebet gantań, pegement nebeutoc'h c'hoazh pa vez devet ha losket gant an tan. Hag e vefe graet ul labour bennak gantań?

6  Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Evel koad ar winienn e-touez gwez ar goadeg, am eus roet d'an tan da vezań devet, evel-se e roin tud Jeruzalem.

7  Hag e troin va dremm a-enep dezho; pa vint deuet er-maez eus an tan, an tan a devo anezho c'hoazh. Hag e ouiot ez on me an AOTROU, pa droin va dremm a-enep dezho.

8  Ober a rin ur gouelec'h eus ar vro, dre ma o deus graet dislealded, eme an Aotrou AOTROU.

 

Pennad 16

1  Komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

2  Mab an den, ro da anavezout da Jeruzalem hec'h euzhusterioł.

3  Lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU ouzh Jeruzalem: Dre da orin ha da c'hanedigezh out eus bro Ganaan. Da dad a oa un Amorean, ha da vamm a oa un Hititez.

4  Da'z kanedigezh, an deiz ma'z out bet ganet, kordenn da vegel n'eo ket bet troc'het, n'out ket bet gwalc'het en dour evit bezań naetaet, n'out ket bet holenet gant holen, na mailhuret gant mailhuroł.

5  Lagad ebet n'en deus bet truez ouzhit evit ober unan eus an traoł-se dre drugarez ouzhit, met e voes taolet war c'horre ur park dre zispriz evit da vuhez d'an deiz ma'z out bet ganet.

6  Evel ma tremenen en da gichen, e welis ac'hanout gourvezet en da wad, hag e lavaris: Bev en da wad! Ya, lavaret em eus: Bev en da wad!

7  Da gresket em eus dre zekviliadoł evel geot er parkeier, ha liesaet ec'h eus, brasaet ec'h eus, deuet out da vezań hollgaer. Da zivronn en em zoareas, da vlev en em astennas, met en noazh e oas, noazh-bev.

8  Evel ma tremenen en da gichen, e welis ac'hanout, ha setu, da oad a oa an oad da zimeziń. Hag ec'h astennis warnout pleg va mantell, hag e c'holois da noazhder. Hag e touis dit, hag e ris un emglev ganit, eme an Aotrou AOTROU, ha din e oas.

9  Da walc'het em eus en dour, lamet em eus ar gwad diwarnout, ha da olevet em eus gant eoul.

10  Da wisket em eus a vroderezh, da arc'henet gant kroc'hen, da c'hourizet gant lin fin, da c'holoet gant seiz.

11  Da ginklet em eus a vragerizoł, lakaet em eus troioł-brec'h ouzh da zaouarn, ur gelc'henn en-dro da'z kouzoug,

12  ur walenn war da fri, bizeier ouzh da zivskouarn, ur gurunenn hollgaer war da benn.

13  Evel-se e voes kinklet gant aour ha gant arc'hant, da wiskamant a oa a lin fin, a seiz hag a vroderezh. Flour bleud, mel hag eoul a oa da voued, ha deuet out da vezań kaer-kenań. Ober a rejout berzh betek ar rouantelezh.

14  Da vrud en em skignas e-touez ar broadoł en abeg da'z kaerded, rak peurvat e oa abalamour da'm c'haerded am boa lakaet warnout, eme an Aotrou AOTROU.

15  Met fiziet ec'h eus en da gaerded ha gastaouet en abeg da'z anv, ha koufonet ec'h eus da c'hastaouerezh da bep tremeniad oc'h en em reiń dezhań.

16  Kemeret ec'h eus diwar da zilhad, ha kinklet ec'h eus da uhellec'hioł gant livioł a bep seurt evit gastaouiń eno, un dra ne oa ket c'hoarvezet ha ne c'hoarvezo ken.

17  Kemeret ec'h eus da draoł hollgaer graet gant va aour ha va arc'hant am boa roet dit, ha graet ec'h eus diouto skeudennoł tud evit gastaouiń ganto.

18  Kemeret ec'h eus da zilhad a vroderezh evit goleiń anezho, ha kinniget ec'h eus dezho va eoul ha va ezańs.

19  Ha va bara am boa roet dit, ar flour bleud, an eoul hag ar mel a roen dit da zebriń, ac'h eus kinniget evel un aberzh a c'hwezh dudius. Setu ar pezh a c'hoarvezas, eme an Aotrou AOTROU.

20  Kemeret ec'h eus da vibien ha da verc'hed az poa ganet din, hag aberzhet ec'h eus anezho da vezań lonket. Ha re nebeut e oa da c'hastaouerezh?

21  Drouklazhet ec'h eus va mibien, evit o reiń en ur lakaat anezho da dremen dre an tan evito.

22  E-kreiz da holl euzhusterioł ha da c’hastaouerezh, ne'c'h eus ket bet sońj eus amzer da yaouankiz, pa oas en noazh, noazh-bev, ha gourvezet en da wad.

23  Ha goude da holl oberoł fallakr, -gwalleur, gwalleur dit! eme an Aotrou AOTROU,

24  savet ec'h eus un dosenn, graet ec'h eus un uhellec'h war bep leurgźr,

25  e digor kement straed ec'h eus savet da uhellec'h ha dizenoret da gaerded, rak digoret ec'h eus da dreid da bep tremeniad ha liesaet da c’hastaouerezh.

26  Gastaouet ec'h eus gant mibien an Ejipt, da amezeien o deus ur c'horf nerzhus, ha liesaet da c’hastaouerezh evit va c'hounnariń.

27  Ha setu, astennet em eus va dorn a-enep dit, bihanaet em eus al lodenn merket dit, da zilezet em eus da youl ar re a gasa ac'hanout, merc'hed ar Filistined o deus mezh eus da hent fall.

28  Gastaouet ec'h eus ivez gant mibien an Asiriz, dre ma ne'z poa ket da walc'h. Ya, gastaouet ec'h eus ganto, ha ne'c'h eus ket bet da walc'h c'hoazh.

29  Liesaet ec'h eus da c’hastaouerezh e bro Ganaan, betek Kaldea, ha ne'c'h eus ket bet da walc'h c'hoazh.

30  Pegen gwan eo da galon, eme an Aotrou AOTROU, pa ec'h eus graet an holl draoł-se e doare ur c'hast disklźriet!

31  Pa saves da dosenn e digor kement straed, pa raes da uhellec'h war bep leurgźr, n'out ket zoken bet evel ur c'hast a c'houlenn ur gopr.

32  Bet out ur wreg avoultrerez a zegemer diavaezidi e-lec'h he fried.

33  Ur gopr a vez roet d'an holl c'histi, met te ac'h eus roet profoł da'z holl amourouzien; graet ec'h eus roioł dezho, evit ma teujent a bep tu da'z kavout evit da c'hastaouerezh.

34  Hag out bet ar c'hontrol d'ar maouezed all gant da c'hastaouerezh: ne glasked ket ac'hanout, hag e roes ur gopr, pa ne veze roet hini ebet dit. Bet out ar c'hontrol d'ar re all.

35  Setu perak, avoultrerez, selaou komz an AOTROU:

36  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir ec'h eus koufonet da deńzor ha dizoloet da noazhder en ur c'hastaouiń gant da amourouzien ha gant da holl idoloł euzhus, hag en abeg da wad da vibien ac'h eus roet dezho,

37  setu, ma a zastumo da holl amourouzien, ma'c'h eus kavet plijadur ganto, an holl re ac'h eus karet hag an holl re ac'h eus kasaet, me a zastumo anezho a-enep dit a bep tu, hag e tizoloin da noazhder dirazo, hag e welint da noazhder.

38  Hag e varnin ac'hanout evel ma vez barnet an avoultrerezed hag a re a skuilh gwad. Hag e laoskin ac'hanout da wad va fulor ha va gwarizi.

39  Da lakaat a rin etre o daouarn, hag e tiskarint da dosennoł, hag e tisc'hraint da uhellec'hioł. Diwiskań a raint da zilhad, lemel a raint kuit da draoł hollgaer, hag e vi lezet en noazh, noazh-bev.

40  Hag e lakaint da bignat a-enep dit un engroez, a veinataio ac'hanout gant kailh, hag a doullo ac'hanout gant o c'hlezeier.

41  Deviń a raint da diez dre an tan, hag e raint a-enep dit barnoł dirak un niver bras a vaouezed. Me a lakaio termen da'z kastaouerezh, ha ne roi ken goproł.

42  Sevenet e vo va c'hounnar a-enep dit hag en em denno va gwarizi diwarnout, hag e vin e peoc'h ha ne gounnarin ken.

43  Dre na'c'h eus ket bet sońj eus amzer da yaouankiz, ha ma ec'h eus va fuloret gant an holl draoł-se, setu e lakain da hent da gouezhań war da benn, eme an Aotrou AOTROU, ha n'ouzhpenni ken an drougiezh war da holl euzhusterioł.

44  Setu, an holl re a ra gant krennlavarioł, a raio gant ar c'hrennlavar-mań war da gont: Merc'h he mamm eo!

45  Merc'h da vamm ez out, he deus bet kasoni ouzh he gwaz hag ouzh he mibien. C'hoar da c'hoarezed ez out, o deus bet kasoni ouzh o gwazed hag ouzh o mibien. Ho mamm a oa un Hititez, hag ho tad a oa un Amorean.

46  Da c'hoar henań eo Samaria; hi hag he merc'hed a zo o chom a-gleiz dit. Da c'hoar yaouankań hag a zo o chom a-zehou dit, eo Sodom hag he merc'hed.

47  Ne'c'h eus ket hepken kerzhet en o hentoł ha graet an hevelep euzhusterioł, re nebeut e oa kement-se, met en em saotret ec'h eus muioc'h egeto gant da holl hentoł.

48  Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU; Sodom da c'hoar hag he merc'hed n'o deus ket graet ar pezh ac'h eus graet, te, gant da verc'hed.

49  Setu amań direizhder da c'hoar Sodom: lorc'hentez. Bez' he doa fonnusted a vara ha didalvoudegezh vak, hi hag he merc'hed, met n'he deus ket nerzhekaet dorn an ezhommeg hag ar paour.

50  Deuet int da vezań lorc'hus, ha graet o deus euzhuster dirazon. Evel-se em eus o distrujet pa em eus gwelet kement-se.

51  Samaria n'he deus ket graet an hanter eus da bec'hedoł. Liesaet ec'h eus da euzhusterioł muioc'h egeto, ha reishaet ec'h eus da c'hoarezed dre an holl euzhusterioł ac'h eus graet.

52  Doug eta, te ivez, an dismegańs ac'h eus roet da'z c'hoarezed, en abeg da'z pec'hedoł a oa euzhusoc'h eget o re. Int en em gav reishoc'h egedout! Bez eta, te ivez, goloet a vezh, ha doug da zismegańs, pa ec'h eus reishaet da c'hoarezed.

53  Me a zegaso en-dro o re zalc'het, re zalc'het Sodom hag he merc'hed, re zalc'het Samaria hag he merc'hed, hag ivez re zalc'het eus da zalc'hidigezh e-touez o re,

54  evit ma tougi da zismegańs ha ma vi goloet a vezh en abeg da gement ac'h eus graet, hag evit ma frealzi anezho.

55  Da c'hoarezed, Sodom hag he merc'hed, a zistroio d'o stad kentań, Samaria hag he merc'hed a zistroio d'o stad kentań, neuze te ha da verc'hed a zistroio d'ho stad kentań.

56  Ne voe ket meneget gant da genoł da c'hoar Sodom en amzer da lorc'hentez,

57  a-raok ma voe dizoloet da zrougiezh, pa oas dismegańset gant merc'hed Siria hag hec'h holl drowardroioł ha gant merc'hed ar Filistined a gasae ac'hanout a bep tu.

58  Dougen a rez warnout da zrougiezh ha da euzhuster, eme an AOTROU.

59  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Ober a rin dit evel ma ec'h eus graet, pa ec'h eus disprizet al le en ur derriń an emglev.

60  Koulskoude em bo sońj eus an emglev am eus diazezet ganit en deizioł da yaouankiz, hag e tiazezin ganit un emglev peurbadus.

61  Neuze ez po sońj eus da hentoł, hag e vi mezhek pa zegemeri da c'hoarezed, ar re henań hag ar re yaouankań, hag e roin anezho dit evel merc'hed, met nann hervez da emglev.

62  Rak e tiazezin va emglev ganit, hag e ouezi ez on me an AOTROU,

63  evit ma ez po sońj ha ma vi mezhek. En abeg da'z tismegańs, ne zigori ken da c'henoł pa em bo pardonet dit kement ac'h eus graet, eme an Aotrou AOTROU.

 

Pennad 17

1  Komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

2  Mab an den, kinnig un divinadell, lavar ur barabolenn da di Israel.

3  Lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Un erer bras, gant divaskell bras hag ur stuc'henn hir, goloet a bluńv fonnus ha liesliv, a zeuas d'al Liban hag a dapas brank uhelań ar sedrezenn.

4  Diframmań a reas penn ar skourrigoł hag e gasas d'ur vro a varc'hadourien. E lakaat a reas en ur gźr a gońvers.

5  Hag e kemeras eus had ar vro a blantas en un douar frouezhus. E lakaat a reas e-kichen kalz a zoureier, sanket evel un halegenn.

6  Hag e vountas, hag e teuas da vezań ur skod-gwini izel met astennet, gant skourroł troet etrezek an erer ha gwrizioł dindanań. Dont a reas da vezań ur winienn o reiń brankoł hag o vountań broustennoł.

7  Bez' e oa un erer bras all gant divaskell bras ha pluńv stank. Ha setu, ar winienn a astennas he gwrizioł etrezek ennań hag a droas he skourroł etrezek ennań, evit bezań douraet gantań, o pellaat diouzh al lec'h ma oa plantet.

8  Ha koulskoude e oa plantet en un douar frouezhus, e-kichen kalz a zoureier, en doare da vountań skourroł ha dougen frouezh ha dont da vezań ur winienn kaer.

9  Lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Hag e raio berzh? An erer kentań, ha ne ziframmo ket he gwrizioł, ha na droc'ho ket he frouezh evit ma tisec'hint? Holl zelioł e skourroł a zisec'ho, ha ne vo ket ezhomm eus ur vrec'h nerzhus nag eus kalz a dud evit he distagań diouzh he gwrizioł.

10  Setu, plantet eo, met hag e raio berzh? Pa stoko outań avel ar sav-heol, ha ne zisec'ho ket? Disec'hań a raio war al lec'h m'eo bet plantet ennań.

11  Komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

12  Lavar d'an ti disuj-mań: Ha n'ouzoc'h ket petra eo an dra-se? Lavar: Setu, roue Babilon a zo aet da Jeruzalem hag en deus tapet he roue hag he frińsed, hag o c'haset en deus gantań da Vabilon.

13  Kemeret en deus un diskennad eus ar roue, graet en deus emglev gantań, e lakaet en deus d'ober le, ha tapet en deus galloudeien ar vro,

14  evit ma vefe izelaet ar rouantelezh ha na c'hellfe ket adsevel, met ma padfe en ur virout e emglev.

15  Met hemań a zo en em savet a-enep dezhań o kas kannaded d'an Ejipt, evit ma vefe roet dezhań kezeg hag un niver bras a dud. Hag e raio berzh? Hag en em saveteo an hini a ra hevelep traoł? Torret en deus an emglev, hag e tec'hfe kuit?

16  Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU; a-dra-sur, e bro ar roue en deus e lakaet da ren, ha m'en deus disprizet e le ha torret e emglev, tost outań, e-kreiz Babilon eo e varvo.

17  Ha Faraon gant un arme vras ha soudarded niverus, ne raio netra evitań er brezel, pa vo savet tosennoł ha graet kreńvlec’hioł, evit lakaat da vervel tud niverus.

18  Disprizet en deus al le ha torret an emglev. Ha setu, goude bezań roet e zorn, an holl draoł-se en deus graet: n'en em saveteo ket.

19  Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Me a zo bev, va le en deus disprizet ha va emglev en deus torret, me a lakaio kement-se da gouezhań war e benn.

20  Astenn a rin va roued warnań, tapet e vo em antell, hag en kasin da Vabilon, e-lec'h ma varnin anezhań evit ar pec'hedoł en deus graet em c'heńver.

21  An holl dec'hidi eus e holl armeoł a gouezho dre ar c'hleze, hag e stlabezin an nemorant d'an holl avelioł. Hag e ouiot ez on me an AOTROU am eus komzet.

22  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Kemer a rin va-unan brank uhelań ar sedrezenn brasań, hag e plantin anezhań. Eus penn e skourroł e troc'hin unan tener a blantin war ur menez uhel ha savet.

23  War venez uhelań Israel e plantin anezhań. Hag e vounto skourroł hag e tougo frouezh hag e teuio da vezań ur sedrezenn kaer. Laboused a bep pluńv a chomo dindani; e skeud he brankoł e teuint da chom.

24  Holl wez ar parkeier a ouezo ez eo me an AOTROU am bo izelaet ar wezenn uhel, uhelaet ar wezenn izel, ha lakaet da zisec'hań ar wezenn c'hlas ha da c'hlasaat ar wezenn sec'h. Me an AOTROU am eus komzet, hag ober a rin.

 

Pennad 18

1  Komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

2  Petra a fell deoc'h lavarout pa zistagit ar c'hrennlavar-mań diwar-benn bro Israel: An tadoł o deus debret rezin trenk, ha dent ar vibien a zo tozonet?

3  Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, n'ho po ken lec'h da zistagań ar c'hrennlavar-mań en Israel.

4  Setu, an holl eneoł a zo din, ene an tad evel ene ar mab, o-daou a zo din. Ene ar pec'her eo an hini a varvo.

5  An den a zo reizh hag a ra an eeunder ha ar reizhder,

6  na zebr ket war ar menezioł, na sav ket e zaoulagad etrezek idoloł ti Israel, na zizenor ket gwreg e nesań, na dosta ket ouzh ur vaouez a zo en he saotradur,

7  na wallgas den, a ro d'an dleour e c'houestl en-dro, na ra ket a laerońsi, a ro e vara d'an ezhommeg, a c'holo gant un dilhad an hini a zo en noazh,

8  na brest ket gant kampi, na gemer ket en tu all d'ar pezh a zo dleet dezhań, a zistro e zorn diouzh an direizhder, a varn gant wirionez etre un den hag unan all,

9  a gerzh hervez va reolennoł hag a vir va barnedigezhioł evit ober hervez ar wirionez, an den-se a zo reizh, a-dra-sur e vevo, eme an Aotrou AOTROU.

10  Mar en deus engehentet ur mab taer, a skuilh ar gwad, pe a ra un hevelep tra d'e vreur,

11  ha zoken ma ne ra ket un hevelep tra, met ma tebr war ar menezioł, ma tizenor gwreg e nesań,

12  ma wallgas ar paour hag an ezhommeg, ma ra laerońsioł, ma ne ro ket ar gouestl en-dro, ma sav e zaoulagad etrezek idoloł ha ma ra traoł euzhus,

13  ma prest gant kampi, ma kemer en tu all d'ar pezh a zo dleet dezhań, daoust hag e vevo? Ne vevo ket. Ober a ra an holl euzhusterioł-se, a-dra-sur e varvo, hag e wad a vo warnań.

14  Met setu, mar en deus engehentet ur mab a wel an holl bec'hedoł en deus graet e dad, a ziwall diouto ha na ra ket kemend-all,

15  na zebr ket war ar menezioł, na sav ket e zaoulagad etrezek idoloł ti Israel, na zizenor ket gwreg e nesań,

16  na wallgas den, na gemer ket a c'houestl, na ra ket a laerońsi, a ro e vara d'an ezhommeg, a c'holo gant un dilhad an hini a zo en noazh,

17  a zistro e zorn diouzh ar paour, na gemer ket kampi nag en tu all d'ar pezh a zo dleet dezhań, a vir va barnedigezhioł hag a gerzh hervez va reolennoł, an den-se ne varvo ket en abeg da zireizhder e dad, a-dra-sur e vevo.

18  E dad en deus gwasket, en deus graet laerońsi e-keńver e vreur, en deus graet ar pezh n'eo ket mat e-touez e bobl, setu, eń eo a varvo en abeg d'e zireizhder.

19  Hag e lavarit: Perak ne zougfe ket ar mab direizhder e dad? Dre m'en deus ar mab graet hervez an eeunder hag ar reizhder, miret en deus va reolennoł ha graet diouto; a-dra-sur e vevo.

20  An ene a bec'h eo an ene a varvo. Ar mab ne zougo ket direizhder an tad, hag an tad ne zougo ket direizhder ar mab. Reizhder an den reizh a vo warnań, fallagriezh an den fall a vo warnań.

21  Mar distro an den fall diouzh e holl bec'hedoł en deus graet, ma vir va holl reolennoł ha ra ar pezh a zo reizh hag eeun, a-dra-sur e vevo ha ne varvo ket.

22  Ne vo ket meneget a-enep dezhań an holl zrougoberoł en deus graet, met e vevo en abeg d'ar reizhder en deus graet.

23  Hag e kavfen plijadur e marv an den fall? eme an Aotrou AOTROU. Ha ne vefe ket kentoc'h en e zistro diouzh e hentoł evit ma vevfe?

24  Ha mar distro an hini reizh diouzh e reizhder ha ma ra an droug, hervez an holl euzhusterioł en deus an den fall ar c'hiz d'ober, hag e vevo? Ne vo ket meneget e zireizhder en deus graet, hag en abeg d'e zrougoberoł ha d'e bec'hed en deus graet e varvo.

25  Hag e lavarit: Hent an AOTROU n'eo ket eeun. Selaouit bremań ti Israel: Ha n'eo ket eeun va hent? Ha n'eo ket kentoc'h hoc'h hentoł n'int ket eeun?

26  Pa zistro an hini reizh diouzh e reizhder hag e ra an droug, e varvo en abeg da-se; en abeg d'e zireizhder en deus graet e varvo

27  Pa zistro an den fall diouzh e fallagriezh en deus graet, hag e ra ar pezh a zo reizh hag eeun, e lakaio e ene da vevań.

28  O vezań sellet pizh ha distroet diouzh e holl bec'hedoł en deus graet, a-dra-sur e vevo, ne varvo ket.

29  Hag e lavar ti Israel: Hent an Aotrou AOTROU n'eo ket eeun. O ti Israel, ha n'eo ket eeun va hent? Ha n'eo ket kentoc'h hoc'h hentoł n'int ket eeun?

30  Setu perak e varnin pep hini ac'hanoc'h hervez e hentoł, o ti Israel, eme an Aotrou AOTROU. En em zistroit, addeuit diouzh hoc'h holl bec'hedoł, ha ne zeuio ket an direizhder da vezań ho maen-kouezh.

31  Taolit pell diouzhoc'h hoc'h holl bec'hedoł hoc'h eus pec'het drezo, grit deoc'h ur galon nevez hag ur spered nevez. Perak e varvfec'h, ti Israel?

32  Ne gavan plijadur ebet e marv an hini a varv, eme an Aotrou AOTROU. En em zistroit, ha bevit!

 

Pennad 19

1  Ha te, displeg ur c'hlemmgan war brińsed Israel,

2  ha lavar: Piv oa da vamm? Ul leonez gourvezet e-touez al leoned, o sevel he re vihan e-touez al leonedigoł.

3  Hag e savas unan eus he re vihan, a zeuas da vezań ul leonig; deskiń a reas drailhań e breizh, hag e tebras tud.

4  Ar broadoł a glevas diwar e benn, hag e voe tapet en o foull, hag e kasjont anezhań ereet da vro Ejipt.

5  O welout he doa gortozet, hag e oa kollet hec'h esperańs, hi a gemeras unan all eus he re vihan, hag a reas ul leonig anezhań.

6  Kerzhout a reas e-touez al leoned, hag e teuas da vezań ul leonig; deskiń a reas drailhań e breizh, hag e tebras tud.

7  Rivinet en deus o falezioł, ha distrujet o c'hźrioł, hag ar vro ha kement a oa enni a voe spouronet o klevout e yudadennoł.

8  A-enep dezhań en em lakaas ar broadoł eus an holl rannvroioł tro-war-dro, hag e ledjont warnań o roued, hag e voe tapet en o foull.

9  Lakaat a rejont anezhań ereet en ur gaoued evit e gas da roue Babilon hag e lakaat en ur c'hreńvlec'h. Evel-se ne vo ket klevet e vouezh ken war venezioł Israel.

10  Da vamm a oa evel ur winienn ez kwad, plantet e-kichen an doureier; frouezhus e oa gant brankoł e-leizh, en abeg d'an doureier fonnus.

11  Hag he doa skourroł kreńv da vezań bizhier evit rouaned. He ment a oa uhel gant brankoł stank, gwelet e oa en hec'h uhelder, hi hag he skoultroł niverus.

12  Met tennet eo bet gant fulor ha taolet d'an douar, avel ar sav-heol he deus disec'het he frouezh, he skourroł kreńv a zo bet torret ha disec'het, an tan en deus pulluc'het anezho.

13  Ha bremań ez eo plantet er gouelec'h, en un douar krin ha sec'hedek.

14  An tan a zo deuet eus ur skoultrig eus he brankoł, devet en deus he frouezh, ha n'he deus ken a skourr kreńv da vezań ur vazh-roue. Evel-se emań ar c'hlemmgan, evit ma servijo da glemmgan.

 

Pennad 20

1  D'ar seizhvet bloaz, d'ar pempvet miz, d'an dekvet eus ar miz, hiniennoł eus henaourien Israel a zeuas da c'houlennata an AOTROU hag a azezas dirazon.

2  Komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

3  Mab an den, komz ouzh henaourien Israel ha lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Evit va goulennata eo oc'h deuet? Me a zo bev, ne vin ket goulennataet ganeoc'h, eme an Aotrou AOTROU.

4  Ha ne varni ket anezho, mab an den, ha ne varni ket anezho? Ro da anavezout dezho euzhusterioł o zadoł,

5  ha lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: An deiz ma em eus dibabet Israel, ma em eus savet va dorn dirak lignez ti Jakob, ma'z on en em roet da anavezout dezho e bro Ejipt, ha ma em eus savet va dorn dirazo o lavarout: Me eo an AOTROU ho Toue,

6  en deiz-se em eus savet va dorn dirazo, evit tennań anezho eus bro Ejipt etrezek ur vro am boa klasket evito, ur vro a zever gant laezh ha mel, ar gaerań eus an holl vroioł,

7  hag em eus lavaret dezho: Ra vo taolet kuit gant pep hini ac'hanoc'h an traoł euzhus a zo dirak e zaoulagad, n'en em saotrit ket gant idoloł an Ejipt. Me eo an AOTROU ho Toue.

8  Met en em savjont a-enep din ha ne fellas ket dezho va selaou. Hini anezho ne daolas kuit an traoł euzhus a oa dirak e zaoulagad ha ne zilezas idoloł an Ejipt. Neuze em eus sońjet skuilhań va fulor warno ha seveniń va c'hounnar a-enep dezho e-kreiz bro Ejipt.

9  Koulskoude em eus graet abalamour da'm anv, evit na vefe ket disakret dirak daoulagad ar broadoł en em gave en o zouez, hag e oan en em roet dezho da anavezout dirazo, evit o zennet eus bro Ejipt.

10  O zennet em eus eta eus bro Ejipt, hag o degaset em eus d'ar gouelec'h.

11  Roet em eus dezho va reolennoł ha diskouezet va barnedigezhioł, ha ma ra hervezo an den e vevo drezo.

12  Roet em eus dezho ivez va deizioł sabad da vezań un arouez etrezon-me hag int, evit ma oufent ez on me an AOTROU a santela anezho.

13  Met ti Israel en em savas a-enep din er gouelec'h, ne gerzhjont ket hervez va reolennoł, taolet o deus kuit va barnedigezhioł, ha ma ra hervezo an den e vevo drezo, disakret o deus va deizioł sabad en un doare dreistmuzul. Neuze em eus sońjet skuilhań va fulor warno er gouelec'h, evit o c'has da netra.

14  Koulskoude em eus graet abalamour da'm anv, evit na vefe ket disakret dirak daoulagad ar broadoł em boa o zennet dirazo.

15  Savet em eus va dorn dirazo er gouelec'h, na gasfen ket anezho d'ar vro am boa roet dezho, ur vro a zever gant laezh ha mel, ar gaerań eus an holl vroioł,

16  peogwir o doa taolet kuit va barnedigezhioł, n'o doa ket kerzhet hervez va reolennoł, disakret o doa va deizioł sabad, rak o c'halon a yae war-lerc'h o idoloł.

17  Met va lagad a espernas anezho evit tremen hep o distrujań, ha ne'm eus ket o c'haset da netra er gouelec'h.

18  Lavaret em eus d'o mibien er gouelec'h: Na gerzhit ket hervez kustumoł ho tadoł, na virit ket o gizioł, n'en em saotrit ket gant o idoloł.

19  Me eo an AOTROU ho Toue, kerzhit em reolennoł, mirit va barnedigezhioł evit ober diouto.

20  Santelait va deizioł sabad, a vint un arouez etrezon-me ha c'hwi, evit ma ouiot ez on me an AOTROU ho Toue.

21  Met ar vibien en em savas a-enep din, ne gerzhjont ket hervez va reolennoł, ne virjont ket va barnedigezhioł evit ober diouto, ha ma ra hervezo an den e vevo drezo, disakret o deus va deizioł sabad. Neuze em eus sońjet skuilhań va fulor warno ha seveniń va c'hounnar a-enep dezho er gouelec'h.

22  Koulskoude em eus tennet va dorn, ha graet em eus-se abalamour da'm anv, evit na vefe ket disakret dirak daoulagad ar broadoł, em boa o zennet dirak o daoulagad.

23  Savet em eus va dorn dirazo er gouelec'h, evit o stlabezań e-touez ar broadoł hag o strewiń e meur a vro,

24  dre ma n'o doa ket graet diouzh va barnedigezhioł, dre m'o doa taolet kuit va reolennoł, dre m'o doa disakret va deizioł sabad, ha dre ma oa aet o daoulagad war-lerc'h idoloł o zadoł.

25  Evel-se ivez em eus roet dezho reolennoł divat ha barnedigezhioł ne c'hellent ket bevań drezo.

26  O saotret em eus en o frofoł, pa lakaent da dremen dre an tan o holl re gentań-ganet, evit o gwastań hag evit ma oufent ez on me an AOTROU.

27  Setu perak, mab an den, komz ouzh ti Israel ha lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Ho tadoł o deus dismegańset ac'hanon c'hoazh, diskouezet o deus disentidigezh ouzhin.

28  Derenet em eus anezho d'ar vro am boa savet va dorn he reiń dezho, ha sellet o deus ouzh pep krec'henn savet hag ouzh pep gwezenn vodennek, graet o deus eno o aberzhoł, kinniget o deus eno o frofoł evit va c'hounnariń, lakaet o deus eno o c'hwezoł-mat, skuilhet o deus eno o sparfadurioł.

29  Lavaret em eus dezho: Petra eo an uhellec'hioł-se ma'z it dezho? Uhellec'h a vez graet anezho betek hiziv.

30  Setu perak, lavar da di Israel: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Hag en em saotrit war hent ho tadoł? Hag e c'hastaouit gant o euzhadennoł?

31  Pa ginnigit ho profoł, pa lakait ho mibien da dremen dre an tan, en em saotrit gant hoc'h holl idoloł betek hiziv. Hag e vin goulennataet ganeoc'h, ti Israel? Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, ne vin ket goulennataet ganeoc'h.

32  Netra ne c'hoarvezo eus ar pezh a zeu d'ho spered pa lavarit: Bez' e vimp evel ar broadoł hag evel tiegezhioł ar broioł, o servijout ar c'hoad hag ar maen.

33  Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, hag e renin warnoc'h gant un dorn kreńv, ur vrec'h astennet, ur fulor skuilhet.

34  Hag e tennin ac'hanoc'h a-douez ar pobloł, hag e tastumin ac'hanoc'h eus ar broioł oc'h bet stlabezet enno gant un dorn kreńv, ur vrec'h astennet, ur fulor skuilhet.

35  Ho tegas a rin da c'houelec'h ar pobloł, hag eno ez in e barnedigezh ganeoc'h, dremm ouzh dremm.

36  Evel ma'z on aet e barnedigezh gant ho tadoł e gouelec'h bro Ejipt, evel-se ez in e barnedigezh ganeoc'h, eme an Aotrou AOTROU.

37  Hag e lakain ac'hanoc'h da dremen dindan ar walenn, hag e tegasin ac'hanoc'h e ereoł an emglev.

38  Hag e pellain diouzh ho touez ar re zisent hag ar re en em sav a-enep din. O zennin diouzh ar vo emaint o chom, met ned aint ket war zouar Israel, hag e ouiot ez on me an AOTROU.

39  Ha c'hwi, ti Israel, evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Kit, servijit pep hini e idoloł! Met goude-se e selaouot, ha ne zisakrot ken anv va santelez dre ho profoł ha dre hoc'h idoloł.

40  Met war va menez, war venez uhel Israel, eme an Aotrou AOTROU, eno holl di Israel ha kement a vo er vro am servijo. Eno e kemerin plijadur ganto, eno e klaskin ho profoł, frouezh kentań ho tonezonoł, gant hoc'h holl draoł santel.

41  Kemer a rin plijadur ennoc'h evel en un ezańs a c'hwezh-vat, pa em bo ho tennet a-douez ar pobloł hag ho tastumet eus ar broioł oc'h bet stlabezet enno. Hag e vin santelaet ennoc'h dirak daoulagad ar pobloł.

42  Hag e ouiot ez on me an AOTROU, pa em bo degaset ac'hanoc'h en-dro war zouar Israel, ar vro am boa savet va dorn he reiń d'ho tadoł.

43  Eno ho po sońj eus hoc'h hentoł hag eus hoc'h holl oberoł hoc'h eus en em saotret ganto. Heug ho po ouzhoc'h dirak ho taoulagad hoc'h-unan abalamour d'hoc'h holl fallagriezhoł ho po graet.

44  Hag e ouiot ez on me an AOTROU, pa labourin ganeoc'h abalamour da'm anv, ha nann hervez hoc'h hentoł fall hag hoc'h oberoł hudur, o ti Israel, eme an Aotrou AOTROU.

 

Pennad 21

1  Komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

2  Mab an den, tro da zremm war-zu ar c'hreisteiz, prezeg etrezek ar c'hreisteiz, hag e profedi a-enep koadeg maezioł ar c'hreisteiz.

3  Lavar da goadeg ar c'hreisteiz: Selaou komz an AOTROU: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu ez an da enaouiń un tan en da ziabarzh, a zebro en da greiz pep gwezenn c'hlas ha pep gwezenn sec'h. Ar flamm o teviń ne varvo ket, an holl ziwar c'horre a vo devet eus ar c'hreisteiz d'an hanternoz.

4  Ha pep kig a welo ez eo me an AOTROU am eus e enaouet; ha ne varvo ket.

5  Neuze e lavaris: A! Aotrou AOTROU! Lavarout a reont ac'hanon: An den-mań ne ra nemet komz dre barabolennoł!

6  Komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

7  Mab an den, tro da zremm ouzh Jeruzalem, prezeg etrezek al lec'hioł santel, hag e profedi a-enep bro Israel.

8  Lavar da vro Israel: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu em eus droug ouzhit, hag e tennin va c'hleze diouzh e c'houin, hag e tilamin eus da greiz an den reizh hag an den fall.

9  Dre ma tilamin eus da greiz an den reizh hag an den fall, e tennin va c'hleze diouzh e c'houin a-enep pep kig, eus ar c'hreisteiz d'an hanternoz.

10  Ha pep kig a ouezo ez eo me an AOTROU am eus tennet va c'hleze diouzh e c'houin, ha ned aio ken en-dro ennań.

11  Ha te, mab an den, hirvoud gant da zivgroazell brevet; en ur glac'har c'herv, hirvoud dirak o daoulagad.

12  Ha pa lavarint dit: Perak e hirvoudez? neuze e lavari: abalamour d'ar c'heloł; pa en em gavo, an holl galonoł a deuzo, an holl zornioł a zinerzho, an holl speredoł a vo mantret, an holl c'hlinoł a zeuio da vezań dour. Setu erru eo! Eno emań! eme an Aotrou AOTROU.

13  Ha komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

14  Mab an den, ro da brofediezh ha lavar: Evel-henn e komz an AOTROU: Lavar: Ar c'hleze, ar c'hleze a zo bet lemmet ha lufret.

15  Lemmet eo bet evit lazhadegań, lufret eo bet evit luc'hediń. Hag en em laouenaimp? Gwalenn va mab eo, a zispriz pep koad.

16  Roet eo bet da lufrań evit bezań kemeret en dorn, lemmet eo, levnaet eo, evit bezań lakaet e dorn al lazher.

17  Kri ha yud, man an den, rak a-enep va fobl eo tennet, a-enep holl brińsed Israel. Roet int d'ar c'hleze, ha va fobl ganto, sko eta war da vorzhed.

18  Ya, an amprouenn a zegouezho; ha petra a c'hoarvezfe hag e vefe kaset da netra ar walenn zisprizus? eme an Aotrou AOTROU.

19  Te eta, mab an den, ro da brofediezh, sko dorn ouzh dorn, ra vo daougementet taolioł ar c'hleze d'an deirvet gwech, kleze al lazhadeg. Kleze al lazhadeg vras eo, mont a ra d'o gwaskań a bep tu,

20  evit ma teuzo ar c'halonoł ha ma kresko ar c'houzańverien e-kichen an holl zorojoł. Kemeret em eus ar c'hleze gourdrouzus. A! Graet eo evit luc'hediń, lemmet eo evit lazhadegań.

21  Dastum da nerzh, sko a-zehoł, tro ha sko a-gleiz, ha da bep tu ma troi.

22  Ha me ivez, me a skoio dorn ouzh dorn, hag e sevenin va c'hounnar, eme an AOTROU.

23  Evel-henn e komz an AOTROU:

24  Te, mab an den, tres daou hent evit an tremen eus kleze roue Babilon, o tont o-daou eus un hevelep bro. Merk un arouez, merk penn an hent a ya betek kźr.

25  Tres unan eus an hentoł ma teuio ar c'hleze drezań da Rabbad eus mibien Ammon, hag egile ma teuio da Juda, da Jeruzalem ar c'hźr greńvaet.

26  Rak roue Babilon en em zalc'h e kroashent, e penn an daou hent, evit ober divinerezh. Hejań a ra ar biroł, goulennata a ra an terafim, sellout a ra ouzh an avu.

27  En e zorn dehou emań ar sord o verkań Jeruzalem, evit sevel tourterezioł, embann al lazhadeg, leuskel kriadennoł a vrezel, renkań an tourterezioł a-enep an dorojoł, sevel tosennoł hag ober kreńvlec’hioł.

28  Dirak o daoulagad eo un arouez touellus, int hag o deus le al leoł. Hag eń a zegaso sońj eus o drougiezh pa vint tapet.

29  Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir hoc'h eus degaset sońj eus ho tireizhder, en ur lakaat ho tisentidigezh en noazh, en ur tiskouez ho pec'hedoł en hoc'h holl oberoł, peogwir hoc'h eus bet sońj anezho, e viot tapet gant an dorn-mań.

30  Ha te, den disakr ha drouk, prińs Israel, deuet eo da zeiz, bremań hag eo kaset d'e zibenn an direizhder.

31  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Ra vo lamet an diarenn ha tennet ar gurunenn, cheńchet e vo an traoł, ar pezh a zo izel a vo uhelaet, ar pezh a zo uhel a vo izelaet.

32  A-dammoł, a-dammoł, a-dammoł, me a lakaio anezhi. Met kement-se ne c'hoarvezo nemet pa zeuio an hini en deus ar varnedigezh am bo roet dezhań.

33  Ha te, mab an den, ro da brofediezh ha lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU diwar-benn mibien Ammon hag o dismegańs: Lavar: Ar c'hleze, ar c'hleze a zo tennet, lufret eo bet evit lazhadegań, evit kas da netra, evit luc'hediń,

34  e-pad ma vez gwelet gweledigezhioł touellus evidout ha ma vez divinet gevier evidout, evit da lakaat war c'houzoug ar re zrouk lazhet, rak deuet eo o deiz, bremań hag eo kaset d'e zibenn an direizhder.

35  Laka da gleze en e c'houin en-dro! El lec'h ma'z out bet krouet, e bro da orin e varnin ac'hanout.

36  Hag e skuilhin warnout va ernez, hag e c'hwezhin warnout tan va gounnar, hag e lakain ac'hanout etre daouarn tud garv, micherourien an distruj.

37  Dont a ri da vezań preizh an tan, da wad a vo e-kreiz ar vro, ne vo ken sońj ac'hanout, rak me an AOTROU am eus komzet.

 

Pennad 22

1  Komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

2  Ha te, mab an den, hag e varni? Hag e varni kźr wadsec'hedik? Ha ne roi ket dezhi da anavezout hec'h holl euzhusterioł?

3  Lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Kźr hag a skuilh gwad en da greiz, evit ma teuio da zeiz, te hag a ra idoloł en da enep evit bezań saotret,

4  kablus out deuet gant ar gwad ac'h eus skuilhet, hag en em saotret ac'h eus gant an idoloł ac'h eus graet. Diaraoget ec'h eus da zeizioł, hag aet out betek dibenn da vloavezhioł, setu perak e ran ac'hanout un dismegańs evit ar broadoł, ur c'hoapadenn evit an holl vroioł.

5  Ar re a zo tost hag ar re a zo pell a raio goap ac'hanout, te hag a zo saotret da vrud hag a zo leun a ziroll.

6  Setu en da greiz, prińsed Israel, pep hini hervez e nerzh, en deus en em staget da skuilhań gwad.

7  Disprizet eo bet tad ha mamm en da greiz, mac'het eo bet an diavaeziad en da greiz, gwasket eo bet an emzivad hag an intańvez en da greiz,

8  disprizet ac'h eus va zraoł santel, ha disakret va deizioł sabad,

9  droukkomzerien a zo bet en da greiz evit skuilhań gwad, tud eus da greiz o deus debret war ar menezioł, tud eus da greie o deus graet traoł euzhus,

10  noazhder an tad a zo bet dizoloet en da greiz, gwallet eo bet ar vaouez e mare he saotradur en da greiz,

11  unan en deus graet euzhuster gant gwreg e nesań, unan all en deus en em saotret gant e verc'h-kaer dre wadserc'h, unan all en deus gwallet e c'hoar, merc'h e dad, en da greiz,

12  degemeret eo bet donezonoł en da greiz evit skuilhań gwad, kemeret ac'h eus kampi hag uzurerezh, diwisket ac'h eus da nesań gant feulster, ha me, va ankounac'haet ec'h eus, eme an Aotrou AOTROU.

13  Ha setu, skoet em eus dorn ouzh dorn en abeg da'z kwallc'hoant ac'h eus diskouezet ha da'z kwad a zo bet skuilhet en da greiz.

14  Da galon, daoust hag e talc'ho, da zaouarn, daoust hag e chomint start, d'an deizioł ma labourin en da enep? Me an AOTROU am eus komzet, hag ober a rin.

15  Da stlabezań a rin e-touez ar broadoł, da strewiń a rin e meur a vro, hag e tilamin da saotradur diouzhit.

16  Hag e vi vilaet drezout da-unan dirak daoulagad ar broadoł, hag e ouezi ez on me an AOTROU.

17  Komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

18  Mab an den, ti Israel a zo deuet evidon da vezań mergl. Holl int arem, staen, houarn ha plom en teuzlestr; mergl arc'hant ez int.

19  Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Dre ma'z oc'h deuet holl da vezań mergl, setu e tastumin ac'hanoc'h e-kreiz Jeruzalem.

20  Evel ma vez dastumet arc'hant, arem, houarn, plom ha staen en teuzlestr, ha ma vez c'hwezhet an tan a-raok o zeuziń, evel-se e tastumin ac'hanoc'h em c'hounnar hag em fulor, hag e lakain ac'hanoc'h eno d'ho teuziń.

21  Dastum a rin ac'hanoc'h, hag e c'hwezhin a-enep deoc'h tan va fulor, hag e viot teuzet en he c'hreiz.

22  Evel ma vez teuzet arc'hant en teuzlestr, evel-se e viot teuzet en he c'hreiz, hag e ouiot ez on me an AOTROU am eus skuilhet va fulor warnoc'h.

23  Komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

24  Mab an den, lavar dezhi: Te a zo un douar ha n'eo ket bet glanaet, na douraet gant glav en deiz an ernez.

25  Bez' ez eus un irienn en he c'hreiz, a-berzh he frofeded a zo heńvel ouzh leoned o yudal hag o tiframmań o freizh. Debret o deus eneoł, tapet o deus teńzorioł ha traoł prizius, liesaet o deus intańvezed en he c'hreiz.

26  Hec'h aberzhourien o deus torret va lezenn ha disakret va zraoł santel. N'o deus ket graet a ziforc'h etre an dra santel hag an dra voutin, n'o deus ket roet da anavezout etre an dra dic'hlan hag an dra c'hlan, kuzhet o deus o daoulagad diouzh va deizioł sabad, hag on bet disakret en o zouez.

27  He fennoł-bras en he c'hreiz a zo bet heńvel ouzh bleizi o tiframmań o freizh, en ur skuilhań gwad ha en ur goll eneoł evit gounidoł direizh.

28  He frofeded o deus o induet gant pri-raz; gweledigezhioł touellus ha diouganoł gaouiat o deus bet en ur lavarout: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU, met an AOTROU n'en doa ket komzet.

29  Pobl ar vro o deus en em roet d'ar gwaskerezh, graet o deus laerońsi, mac'het o deus ar glac'haret hag ar paour, gwasket o deus an diavaeziad a-enep pep reizhder.

30  Klasket em eus en o zouez unan bennak a adsavfe ar voger, hag en em zalc'hfe war ar freuz dirazon evit ar vro, evit na zistrujin ket anezhi, met ne'm eus kavet den.

31  Setu perak em eus skuilhet warno va fulor, pulluc'het em eus anezho gant tan va c'hounnar, hag e lakain o hentoł war o fenn, eme an Aotrou AOTROU.

 

Pennad 23

1  Komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

2  Mab an den, bez' e oa div vaouez, merc'hed d'an hevelep mamm.

3  Gastaouiń a rejont en Ejipt, gastaouiń a rejont en o yaouankiz, o divronn a voe gwasket, askre o gwerc’hded a voe tarzhet.

4  An hini henań a oa anvet Ohola (= he zeltenn hec'h-unan), hag he c'hoar Oholiba (= va zeltenn enni). Din e oant, hag e c'hanjont mibien ha merc'hed. An hini anvet Ohola eo Samaria, hag Oholiba eo Jeruzalem.

5  Ohola a gastaouas, ha koulskoude e oa din, hag e karas hec'h amourouzien, hec'h amezeien asiriat

6  gwisket a limestra, gouarnerien ha pennoł-bras, tud yaouank kaer holl anezho, marc'hegerien pignet war gezeg-red.

7  Koufonet he deus he gastaouerezh dezho, d'an dibab eus mibien Asiria, ha d'an holl re he deus karet, en em saotret he deus gant o holl idoloł.

8  N'he deus ket dilezet he gastaouerezh eus an Ejipt, pa o doa kousket ganti en he yaouankiz, tarzhet o doa askre he gwerc’hded ha skuilhet o hudurnez warni.

9  Setu perak em eus he lakaet etre daouarn hec'h amourouzien, etre daouarn mibien Asiria ma kare.

10  Dizoloet o deus he noazhder, tapet o deus he mibien hag he merc'hed, he lakaet o deus da vervel dre ar c'hleze. Deuet eo da vezań brudet e-touez ar maouezed, goude ar barnedigezhioł graet warni.

11  He c'hoar Oholiba a welas kement-se, ha gwashoc'h e voe egeti, en ur ober muioc'h a c'hastaouerezh eget he c'hoar en he riboderezh.

12  Karout a reas mibien eus Asiria, gouarnerien ha pennoł-bras, hec'h amezeien gwisket kaer, marc'hegerien pignet war gezeg-red, tud yaouank kaer holl anezho.

13  Hag e welis he doa en em saotret, ha ma heulient o-daou an hevelep hent.

14  Mont a reas ouzhpenn en he gastaouerezh, rak, en ur welout skeudennoł tud war ar voger, skeudennoł eus ar Galdeiz livet e ruz,

15  o tougen gourizoł war o divgroazell, tulbanoł neuennus war o fenn, gant doare renerien evel mibien Vabilon ganet e Kaldea,

16  ec'h orgedas outo adalek sell kentań he daoulagad, hag e kasas kannaded dezho da Galdea.

17  Mibien Vabilon a zo deuet d'he c'havout da c'hourvez hec'h orged, ha saotret o deus anezhi gant o gastaouerezh. Hi en em saotras ganto, hag e tistagas hec'h ene diouto.

18  Evel-se e tizoloas he gastaouerezh hag e tizoloas he noazhder. Hag e tistagas va ene diouti, evel m'en doa distaget va ene diouzh he c'hoar.

19  Rak liesaet he deus he gastaouerezh, o sońjal en deizioł he yaouankiz, pa c'hastaoue e bro Ejipt.

20  Hag ec'h orgedas ouzh hec'h amourouzien, ma oa o c'hig evel kig ezen hag o darempredoł evel darempredoł gant mirc'hi.

21  Distroet out da fallagriezh da yaouankiz, pa darzhe an Ejipsianed askre da werc’hded evit divronn da yaouankiz.

22  Setu perak, Oholiba, evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu e savan da amourouzien a-enep dit, ar re en deus distaget da ene diouto, hag e tegasin anezho a bep tu a-enep dit,

23  mibien Vabilon hag an holl Galdeiz, Pekod, Shoa, Koa hag an Asiriz ganto, tud yaouank kaer holl anezho, gouarnourien ha pennoł-bras, aotrounez ha tud vrudet, pignet war gezeg-red holl anezho.

24  Dont a raint a-enep dit, gant armoł, kirri hag ijinoł-ruilh, ha pobloł e niver bras, hag e lakaint a-enep dit a bep tu skoedoł bras, skoedoł bihan ha tokarnoł. Hag e roin dezho ar varnedigezh, hag e varnint ac'hanout hervez o barnedigezhioł.

25  Hag e lakain va gwarizi a-enep dit, hag e raint dit gant fulor. Troc'hań a raint dit da fri ha da zivskouarn, hag ar pezh vano ac'hanout a gouezho dre ar c'hleze, tapout a raint da vibien ha da verc'hed, hag ar pezh a vano ac'hanout a vo pulluc'het gant an tan.

26  Diwiskań a raint da zilhad dit, hag e lamint kuit da vragerizoł a lakaez.

27  Hag e rin paouez da zrougiezh a-ziouzhit ha da c'hastaouerezh eus bro Ejipt, ne savi ken da zaoulagad war-zu enno, ha na'z po ken sońj eus an Ejipt.

28  Rak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu e lakain ac'hanout etre daouarn ar re a gasaez, etre daouarn ar re en deus distaget da ene diouto.

29  Ober a raint ouzhit gant kasoni, tapout a raint frouezh da labour, hag e tilezint ac'hanout en noazh, noazh-bev. Dizoloet e vo noazhder da avoultriezh, da dorfedoł ha da c'hastaouerezh.

30  Graet e vo an traoł-se dit dre ma ec'h eus gastaouet e-kichen ar broadoł, dre ma ec'h eus en em saotret gant o idoloł.

31  Kerzhet ec'h eus war hent da c'hoar, setu perak e lakain hec'h hanaf en da zorn.

32  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Evań a ri hanaf da c'hoar, don ha ledan e vo, bez' e vi un dra vezhus hag ur c'hoapadenn, ha bras eo e endalc'had.

33  Leuniet e vi a vezventi hag a c'hlac'har dre hanaf an distruj hag ar rivin, a zo hanaf da c'hoar Samaria.

34  Evań a ri anezhań, hag en goullonderi. Krignat a ri an tammoł outań, hag e rogi da zivronn, rak komzet em eus, eme an Aotrou AOTROU.

35  Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir ec'h eus va ankounac'haet ha va zaolet a-drek da gein, doug te ivez ar boan eus da zrougiezh hag eus da c'hastaouerezh.

36  An AOTROU a lavaras din: Mab an den, ha ne varni ket Ohola hag Oholiba? Disklźr dezho o euzhusterioł,

37  penaos o deus graet avoultrerez hag ez eus gwad war o daouarn; ya, graet o deus avoultrerez gant o idoloł, ha zoken lakaet o deus o mibien da dremen dre an tan, ar re o doa ganet din, evit o debriń.

38  Setu amań ar pezh o deus graet c'hoazh din: En un hevelep deiz o deus saotret va santual ha disakret va deizioł sabad.

39  Goude bezań aberzhet o mibien d'o idoloł, en hevelep deiz ez int aet da'm santual evit e zisakrań; setu ar pezh o deus graet e-kreiz va zi.

40  Hag ouzhpenn-se, kaset o deus da gerc'hat tud o tont eus ur vro bell, kaset o deus kannaded dezho, ha setu, deuet int. Evito ec'h eus en em walc'het, livet da zremm ha kinklet gant bragerizoł,

41  azezet ec'h eus war ur gwele pompadus, ma oa kempennet un daol dirazań, ha lakaet ec'h eus va ezańs ha va eoul warni.

42  Eno e veze klevet trouz un engroez laouen, hag e-touez ar bern tud-mań e voe degaset Sabeaned eus ar gouelec'h, o deus lakaet kelc'hennoł ouzh o daouarn ha kurunennoł kaer war o fennoł.

43  Ha lavaret em eus diwar-benn an hini koshaet gant an avoultriezh: Hag e talc'hint bremań da c'hastaouiń ganti, hag hi ganto?

44  Hag e teujont d'he c'havout, evel ma'z eer da gavout ur c'hast; evel-se ez ejont da gavout Ohola hag Oholiba, maouezed leun a zrougiezh.

45  Met tud reizh o barno, evel ma vez barnet avoultrerezed hag evel ma vez barnet ae re a skuilh gwad, rak avoultrerezed ez int ha gwad a zo war o daouarn.

46  Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Me a lakaio ur strollad da bignat a-enep dezho, hag e vint roet d'an dismegańs ha d'ar preizherezh.

47  Hag ar strollad-mań a veinataio anezho gant mein, hag o drailho a dammoł gant ar c'hleze; lazhań a raint o mibien hag o merc'hed, hag e tevint o ziez dre an tan.

48  Hag e rin paouez an drougiezh er vro, hag an holl vaouezed a vo desket tremen hep heńvelout ouzh o drougiezh.

49  Lakaet e vo ho trougiezh da gouezhań warnoc'h, dougen a reot pec'hedoł hoc'h idoloł, hag e ouiot ez on me an AOTROU.

 

Pennad 24

1  D'an navet bloaz, d'an dekvet miz, d'an dekvet deiz eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

2  Mab an den, skriv anv an deiz-mań evidout da-unan, ya an deiz-mań, rak roue Babilon a dosta ouzh Jeruzalem en deiz-mań.

3  Kinnig ur barabolenn d'an ti disent, ha lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Laka ar gaoter, laka-hi, ha skuilh enni dour.

4  Dastum enni an tammoł, an holl dammoł mat, morzhed ha skoaz, ha leugn anezhi a eskern eus an dibab.

5  Kemer un dańvad eus an dibab, ha laka ur bern eskern da zeviń dindani, laka da virviń a-verv-bras evit ma poazho ivez an eskern a zo e-barzh.

6  Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Gwalleur d'ar gźr wadsec'hedik, kaoter leun a vergl, hag he mergl na zistag ket diouti! Lam tamm ha tamm diouti, hep tennań d'ar sord.

7  Rak he gwad a zo en he c'hreiz, e lakaet he deus war ar roc'h noazh, n'he deus ket e skuilhet war an douar evit e c'holeiń gant poultrenn.

8  Evit lakaat va fulor da bignat hag evit sevel an dial, em eus lakaet he gwad war ar roc'h noazh, evit na vefe ket goloet.

9  Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Gwalleur d'ar gźr wadsec'hedik, me ivez a raio un tantad.

10  Dastum koad, enaou an tan, poazh ar c'hig holl, mesk gant spisoł, ha ra vo poazhet an eskern.

11  Ha laka anezhi goullonderet war ar glaou, evit ma tommo ha ma teuio hec'h arem da vezań devus, ma teuzo en he diabarzh he hudurniezh, ha ma vo kuzumet he mergl.

12  Skuizhań a ra gant he gevier, he mergl bras n'eo ket distaget diouti, mont a raio he mergl d'an tan.

13  Drougiezh 'zo en da loustoni. Pa em eus klasket da c'hlanaat, n'out ket deuet da vezań glan, ha neuze ne vi ken glanaet eus da loustoni, ken na'm bo sevenet va c'hounnar a-enep dit.

14  Me an AOTROU am eus komzet, hag e c'hoarvezo, henn ober a rin. Ned in ket war-dreńv, ha ne'm bo na truez na keuz. Barnet e vi hervez da hentoł hag hervez da oberoł, eme an Aotrou AOTROU.

15  Komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

16  Mab an den, setu, a-daol-trumm e tilamin diganit plijadur da zaoulagad. Met ne zougi ket kańv, ne oueli ket, ne lezi ket da zaeroł da redek.

17  Hirvoud er sioulded, na zoug ket ar c'hańv evel ma vez graet d'an ordinal d'ar re varv, stag da dulban warnout, laka da votoł ouzh da dreid, na guzh ket da varv, na zebr ket bara ar re all.

18  Diouzh ar mintin e komzis ouzh ar bobl, ha d'abardaez e varvas va gwreg; hag e ris d'antronoz evel ma oa bet gourc'hemennet din.

19  Ar bobl a lavaras din: Ha ne zisklźri ket deomp petra eo evidomp ar pezh a rez?

20  Lavarout a ris dezho: Komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

21  Lavar da di Israel: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, emaon o vont da zisakrań va santual, lorc'h ho kalloud, plijadur ho taoulagad, ar pezh a gar hoc'h eneoł. Hag ho mibien hag ho merc'hed hoc'h eus lezet a gouezho dre ar c'hleze.

22  Neuze e reot evel m'em eus graet, ne guzhot ket ho parv, ne zebrot ket bara ar re all,

23  ho tulbanoł a vo war ho pennoł, ho potoł ouzh ho treid, ne zougot ket kańv, ne ouelot ket, met skoet e viot a langis en abeg d'ho tireizhder, hag e huanadot an eil gant egile.

24  Ezekiel a vo evidoc'h un arouez, ober a reot hervez kement en deus graet. Ha pa c'hoarvezo kement-se, e ouiot ez on me an Aotrou AOTROU.

25  Ha te mab an den, en deiz ma lamin o nerzh diganto, levenez o gloar, plijadur o daoulagad, an dra a zo staget o eneoł outi, o mibien hag o merc'hed,

26  en deiz-se, un tec'had a zeuio da'z c'havout da zisklźriań kement-se da'z taoulagad.

27  En deiz-se da c'henoł a zigoro d'an tec'had, hag e komzi ha ne vi ken mut, hag e vi evito un arouez, hag e ouezint ez on me an AOTROU.

 

Pennad 25

1  Komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

2  Mab an den, tro da zremm ouzh mibien Ammon, hag e profedi a-enep dezho.

3  Lavar da vibien Ammon: Selaouit ouzh komz an Aotrou AOTROU: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir ec'h eus lavaret: A! A! a-enep va santual pa voe disakret, hag a-enep bro Israel pa voe glac'haret, hag a-enep ti Juda pa'z eas d'an harlu,

4  en abeg da-se e roan ac'hanout da vibien ar sav-heol e perc'henniezh. Lakaat a raint o c'hamp en da greiz hag e raint du-se o annez, debriń a raint da frouezh hag ec'h evint da laezh.

5  Hag e lakain Rabba da vezań ur peuriń evit ar c'hańvaled, ha bro mibien Ammon ur c'hraou evit an deńved, hag e ouiot ez on me an AOTROU.

6  Rak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir ec'h eus stlaket da zaouarn ha skoet da zreid, hag en em laouenaet faeüs en da ene diwar-benn bro Israel,

7  en abeg da-se ec'h astennan va dorn warnout, da reiń a ran evel preizh d'ar broadoł, da lemel a ran kuit a-douez ar pobloł, da zistrujań a ran a-douez ar broioł, da lazhań a ran, hag e ouezi ez on me an AOTROU.

8  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir o deus lavaret Moab ha Seir: Setu, emań ti Juda evel an holl vroadoł,

9  en abeg da-se e tigoran kostez Moab, an hini ouzh he c'hźrioł, he c'hźrioł-harz, kaerder ar vro, Bet-Jeshimod, Baal-Meon, Kirjataim,

10  da vibien ar sav-heol, gant mibien Ammon. O reiń a ran dezho e perc'henniezh, evit na vo ken renket mibien Ammon e-touez ar broadoł.

11  Hag e rin va barnedigezhioł a-enep Moab, hag e ouezint ez on me an AOTROU.

12  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir eo en em roet Edom d'ar veńjańs e-keńver ti Juda, ha deuet kablus oc'h en em veńjiń warno,

13  evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Astenn a ran va dorn war Edom, lemel a ran tud ha loened dioutań, en lakaan da vezań ur gouelec'h, eus Teman betek Dedan e kouezhint dre ar c'hleze.

14  Hag e sevenin va veńjańs war Edom dre zorn va fobl Israel. Graet e vo a-enep Edom hervez va c'hounnar hag hervez va fulor, hag ec'h anavezint va veńjańs, eme an Aotrou AOTROU.

15  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir eo en em roet ar Filistined d'ar veńjańs, oc'h en em veńjiń faeüs en o ene, betek distrujań holl dre gasoni peurbadus,

16  evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Astenn a ran va dorn war ar Filistined, lakaat a ran ar Geretiz d'ar marv, distrujań a ran an nemorant a zo war vord ar mor.

17  Hag e sevenin ur veńjańs vras warno dre gastizoł a fulor, hag e ouezint ez on me an AOTROU, pa sevenin va veńjańs warno.

 

Pennad 26

1  D'an unnekvet bloaz, d'ar c'hentań deiz eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

2  Mab an den, peogwir he deus lavaret Tir a-enep Jeruzalem: A! A! torret eo dor ar pobloł, treiń a reer etrezek ennon, me en em leunio, gwastet eo,

3  evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzhit, Tir, hag e lakain meur a vroad da bignat a-enep dit, evel ma laka ar mor e goummoł da bignat.

4  Distrujań a raint mogerioł Tir, hag e tiskarint he zourioł. Raklań a rin he foultr diwarni, hag e rin anezhi evel ur roc'h noazh.

5  Hag e vo war ar mor ul lec'h ma astenner ar rouedoł, rak komzet em eus, eme an Aotrou AOTROU. Hag e vo ur preizh evit ar broadoł.

6  He merc'hed hag a zo war ar maez a vo lazhet dre ar c'hleze, hag e ouezint ez on me an AOTROU.

7  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu e lakaan da zont eus an hanternoz Nebukadnezar roue Babilon, roue ar rouaned, gant kezeg, kirri, marc'hegerien, hag un niver bras a dud.

8  Lazhań a raio gant ar c'hleze da verc'hed a zo war ar maez, hag e raio kreńvlec'hioł en da enep, hag e savo tosennoł en da enep, hag e kwinto an diren en da enep.

9  Hag e lakaio e vekanikoł-brezel a-enep da vogerioł, hag e tiskaro da zorojoł gant e vorzholioł.

10  Poultr e gezeg a c'holoio ac'hanout en abeg d'o niver bras. Da vogerioł a greno gant trouz ar marc'hegerien, ar rodoł hag ar c'hirri, pa'z aio dre da dorojoł evel ma'z eer en ur gźr freuzet he moger.

11  Mac'hań a raio da holl straedoł gant karnioł e gezeg, hag e lazho da bobl gant ar c'hleze, ha savadurioł da c'halloud a vo diskaret d'an douar.

12  Hag e laerint da binvidigezhioł, hag e preizhint da varc’hadourezh, hag e freuzint da vogerioł, hag e tiskarint da diez a blijadur. Hag e taolint kuit da vein, da brennoł ha da zismantroł e-kreiz an doureier.

13  Hag e lakain da baouez trouz da ganaouennoł; ha son da delennoł ne vo ket klevet.

14  Hag e rin ac'hanout evel ur roc'h noazh, ul lec'h evit astenn ar rouedoł, ne vi ken adsavet, rak komzet em eus, eme an Aotrou AOTROU.

15  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU ouzh Tir: Gant trouz da lamm, pa huanado ar c'hloazidi, pa vo al lazhadeg en da greiz, an inizi a greno.

16  Holl brińsed ar mor a ziskenno diwar o zron, lemel a raint o mantilli, hag e tiwiskint o dilhad a vroderezh. Hag e wiskint ar spont, hag ec'h azezint war an douar, ha da bep mare e krogo ar spont enno; skoet e vint gant an aon en abeg dit.

17  Hag e tisplegint ur c'hlemmgan warnout, hag e lavarint dit: Penaos ez out distrujet, te hag a oa poblet gant tud ar mor, kźr vrudet ha galloudek war vor, te ha da annezidi hag a daole ar spont war ar re a oa o chom eno?

18  An inizi a gren en deiz da lamm, ya, inizi ar mor a zo spouronet diwar-benn da ziwezh.

19  Rak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Pa rin ac'hanout ur gźr wastet, heńvel ouzh ar c'hźrioł n'o deus ket a annezidi, pa lakain an donder da bignat a-enep dit, ha pa c'holoio an doureier bras ac'hanout,

20  da deurel a rin d'an traoń gant ar re a ziskenn er poull, gant ar bobl a-wechall, hag e lakain ac'hanout e lec'hioł izelań an douar, e lec'hioł glac'haret pell 'zo gant ar re a ziskenn er poull, evit na vi ken tudet. Mirout a rin ar gloar evit douar ar re vev.

21  Ober a rin ur spont ac'hanout, ha ne vi ken. Klasket e vi, met ne vi ket kavet, biken, eme an Aotrou AOTROU.

 

Pennad 27

1  Komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

2  Te, mab an den, displeg ur c'hlemmgan a-enep Tir,

3  ha lavar da Dir: Te, hag a zo o chom war vord ar mor, hag a ra kenwerzh gant ar pobloł eus inizi niverus, evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Tir, lavaret ec'h eus: Me a zo peurvat a gaerder!

4  Da harzoł a zo e kalon ar morioł, ar re o deus da savet o deus peurc'hraet da gaerder.

5  Graet o deus da lambruskoł gant siprez eus Senir, kemeret o deus sedrez eus al Liban evit ober da wernioł,

6  graet o deus da roeńvoł gant derv eus Basan, ha da c'horre-bourzh gant olifant sterniet e beuz eus inizi Kittim.

7  Lin fin eus an Ejipt gant broderezh en deus servijet dit da ouelioł ha da vanniel, gwisket ec'h eus dilhad limestra ha tane eus inizi Elisha.

8  Tud eus Sidon hag Arvad a zo bet da roeńverien. O Tir, ar re ijinusań en da greiz a zo bet da sturien.

9  Henaourien eus Gebal hag he micherourien ijinus a zo bet en da greiz evit dresań da freuzoł. Holl listri ar mor hag o martoloded a zo bet en da greiz evit ober kenwerzh gant da varc’hadourezh.

10  Tud eus Persia, Lud ha Pud (= Libia) a zo bet ez armead evel soudarded; ispilhet o deus en da di ar skoed hag an tokarn, splannder o deus roet dit.

11  Mibien Arvad a zo bet gant da soudarded war da vogerioł tro-dro, ha tud kadarn a zo bet en da dourioł, ispilhet o deus ar skoed war da vogerioł tro-dro, peurc'hraet o deus da gaerder.

12  Tarsiz he deus graet kenwerzh ganit en abeg da'z pinvidigezhioł a bep seurt, o pourvezań da varc'hadoł gant arc'hant, houarn, staen ha plom.

13  Javan, Tubal ha Meshek a zo bet da varc'hadourien, oc'h eskemm sklaved ha listri arem ouzh da varc'hadourezh.

14  Tud eus ti Togarma o deus pourvezet da varc'hadoł gant kezeg-tenn, kezeg-brezel ha muled.

15  Mibien Zedan a zo bet da varc'hadourien; kenwerzh gant inizi niverus a zo bet etre da zaouarn, hag ec'h eus resevet en donezon kerniel olifant hag ebena.

16  Siria he deus graet kenwerzh ganit en abeg da fonnusted da draoł; pourvezet he deus da varc'hadoł gant emrodez, tane, broderezh, lin fin, koural ha rubiz.

17  Juda ha bro Israel a zo bet da varc'hadourien, oc'h eskemm gwinizh eus Minnid, pastezerezh, mel, eoul ha balzam ouzh da varc'hadourezh.

18  Damask he deus graet kenwerzh ganit en abeg da fonnusted da draoł ha da'z pinvidigezhioł a bep seurt, o reiń dit gwin eus Helbon ha gloan gwenn.

19  Ha Dan ha Javan, adalek Uzal, o deus pourvezet da varc'hadoł gant houarn-goveliań, spisoł ha raoskl.

20  Dedan a zo bet da varc'hadourien e mezheroł prizius evit pignat war varc'h.

21  Arabia hag holl brińsed Kedar o deus graet kenwerzh etre da zaouarn o werzhań dit deńved, meot ha bouc'hed.

22  Marc'hadourien Seba ha Raema a zo bet da varc'hadourien, o pourvezań da varc'hadoł gant gwellań louzoł-frondus, mein prizius a bep seurt hag aour.

23  Haran, Kanne hag Eden, gant marc'hadourien Seba, Asiria ha Kilmad a zo bet da varc'hadourien.

24  Da varc'hadourien int bet e traoł eus an dibab, e dilhad limestra, e broderezh, e mezheroł prizius lakaet e koufroł ereet gant kerdin ha graet gant koad sedrez, degaset war da varc'hadoł.

25  Listri Tarsiz o deus mordoet evit da genwerzh. Leuniet out bet, e barr da vrud ez out bet e kalon ar morioł.

26  Da roeńverien o deus da gaset war an doureier bras. Avel ar sav-heol en deus freuzet ac'hanout e kalon ar morioł.

27  Da binvidigezhioł, da varc'hadoł, da genwerzh, da vartoloded, da sturierien, da zreserien-freuz, merourien da genwerzh, da holl dud a vrezel a oa du-se, an holl engroez a oa en da greiz, a gouezho e kalon ar morioł en devezh da lamm.

28  Gant trouz kriadenn da sturien, e kreno an douaroł tro-dro.

29  An holl re a embreg ar roeńv, ar vartoloded hag holl sturierien ar mor a ziskenno eus o listri hag en em zalc'ho war an douar,

30  hag e lakaint o mouezh da vezań klevet warnout, hag e c'harmint c'hwerv, hag e taolint poultr war o fenn, hag en em ruilhint el ludu,

31  hag e touzint o fenn en abeg dit, hag en em c'hourizint a seier, hag e ouelint warnout gant c'hwervoni en o ene, ha gant ur glac'har bras,

32  hag e tisplegint ur c'hlemmgan warnout en ur hirvoudiń, hag e klemmint diwar da benn: Piv a voe evel Tir, didrouz e-kreiz ar mor?

33  Pa'z ae en tu all d'ar morioł da varc’hadourezh, ec'h eus leuniet pobloł niverus, dre vrasted da binvidigezhioł ha da genwerzh ec'h eus pinvidikaet rouaned an douar,

34  ha bremań ez out freuzet dre ar morioł, e donder an doureier, da varc’hadourezh ha da holl engroez a zo kouezhet ganit.

35  Holl dud an inizi a zo spouronet en abeg dit, o rouaned a zo spontet euzhus, o dremmoł a zo trejeboulet.

36  Marc'hadourien ar pobloł a c'hwitell warnout, deuet out da vezań ur saouzan, ha ne vi ken, biken!

 

Pennad 28

1  Komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

2  Mab an den, lavar da brińs Tir: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: En em uhelaet eo da galon, hag ec'h eus lavaret: Me 'zo un doue, azezet on war dron Doue e-kreiz ar morioł. Petra bennak ma'z out nemet un den ha nann Doue, ec'h eus lakaet da galon evel kalon un doue.

3  Setu, furoc'h out eget Daniel, sekred ebet n'eo teńval evidout.

4  Dre da furnez ha da skiant ec'h eus daspugnet pinvidigezhioł, ha dastumet aour hag arc'hant ez teńzorioł.

5  Dre vraster da furnez ha dre da genwerzh ec'h eus kresket da binvidigezhioł, hag en abeg da'z pinvidigezhioł eo en em uhelaet da galon.

6  Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Dre ma ec'h eus lakaet da galon evel kalon un doue,

7  en abeg da-se, setu, e lakain diavaezidi da zont a-enep dit, ar re daerań eus ar broadoł, hag e tennint o c'hleze a-enep da furnez skedus, hag e saotrint da splannder.

8  Hag e taolint ac'hanout d'ar poull, hag e varvi evel ma varv ar re a zo lazhet e kalon ar morioł.

9  Daoust hag e lavari dirak an hini a lakaio ac'hanout d'ar marv: Me 'zo un doue? N'out nemet un den ha nann Doue etre daouarn an hini a lazho ac'hanout.

10  Hag e varvi eus marv an diamdroc'hidi, dre zorn an diavaezidi, rak komzet em eus, eme an Aotrou AOTROU.

11  Komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

12  Mab an den, displeg ur c'hlemmgan diwar-benn roue Tir, hag e lavari dezhań: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Bez' e oas siellet e krec'h, leun a furnez, peurvat e kaerder,

13  en em gavet out bet en Eden, e liorzh Doue, goloet gant mein prizius a bep seurt, kornalin, topaz, diamant, krizolit, oniks, yalp, safir, skarboukl, emrodez hag aour. Oberidigezh an taboulinoł hag ar fleütoł a zo bet du-se, kempennet evit an deiz ma voes krouet.

14  Ur cherubin ez out bet, olevet evit diwall; da lakaet em boa war venez santel Doue, kerzhet ec'h eus e-kreiz ar mein-tan.

15  Didamall out bet ez hentoł, abaoe an deiz ma voes krouet, betek ma voe kavet direizhder ennout.

16  E-kreiz fonnusted da genwerzh, leuniet out bet a feulster, ha pec'het ec'h eus. Neuze e taolan ac'hanout, disakr, diouzh menez Doue, hag e tistrujan ac'hanout, cherubin diwaller, a-douez ar mein-tan.

17  Da galon a zo en em uhelaet en abeg da'z kaerder, hag ec'h eus gwashaet da furnez en abeg da'z splannder. Da deurel a rin d'an douar, hag e lakain ac'hanout dirak ar rouaned evit ma sellint ouzhit.

18  Dre fonnusted da zireizhder, dre zislealded da genwerzh, ec'h eus disakret da santualioł. Lakaat a rin da sevel eus da greiz un tan a zebro ac'hanout, hag e lakain ac'hanout da vezań ludu war an douar, dirak an holl re a sello ouzhit.

19  An holl re a anavez ac'hanout, e-touez ar pobloł, a vo sabatuet diwar da benn; bez' e vi ur saouzan, ha ne vi ken, biken!

20  Komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

21  Mab an den, tro da zremm ouzh Sidon, hag e profedi a-enep dezhi.

22  Lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzhit Sidon, hag e vo roet gloar din en da greiz. Hag e ouezint ez on me an AOTROU, pa rin va barnedigezhioł a-enep dezhi, ha ma tiskouezin va santelezh.

23  Kas a rin ar vosenn en he c'hreiz, hag ar gwad en he straedoł. Ar c'hloazidi a gouezho en he c'hreiz dre ar c'hleze a skoio anezhi a bep tu, hag e ouezint ez on me an AOTROU.

24  Ne vo ken un drezenn flemmus evit ti Israel, nag un draenenn gloazus, e-touez ar re a zo tro-dro dezhi hag a zispriz anezhi, hag e ouezint ez on me an Aotrou AOTROU.

25  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Pa em bo dastumet ti Israel a-douez ar pobloł m'emaint strewet enno, e vin santelaet drezo dirak daoulagad ar broadoł, hag e vint o chom en o bro am eus roet da'm servijer Jakob.

26  Bez' e vint o chom ennań e surentez, hag e savint tiez, hag e plantint gwini. Ya, bez' e vint o chom ennań e surentez, pa em bo graet va barnedigezhioł a-enep ar re a zo tro-dro dezho hag o dispriz, e ouezint ez on me an AOTROU o Doue.

 

Pennad 29

1  D'an dekvet bloaz, d'an dekvet miz, d'an daouzekvet eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

2  Mab an den, tro da zremm ouzh Faraon roue an Ejipt, hag e profedi a-enep dezhań hag a-enep an Ejipt a-bezh.

3  Komz ha lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzhit Faraon roue an Ejipt, krokodil bras gourvezet e-kreiz da stźrioł, hag a lavar: Va stźr a zo din, me am eus graet anezhi.

4  Lakaat a rin ur c'hrog ouzh da javed, hag e stagin pesked da stźrioł ouzh da skant. Me a denno ac'hanout a-greiz da stźrioł, gant holl besked da stźrioł staget ouzh da skant.

5  Da deurel a rin d'ar gouelec'h, te hag holl besked da stźrioł, hag e kouezhi war c'horre ar maezioł; ne vi na dastumet na tapet, roet e vi e peuriń da loened an douar ha da laboused an neńv.

6  Hag holl annezidi an Ejipt a ouezo ez on me an AOTROU, rak e vint bet nemet ur vazh korz evit ti Israel.

7  P'o deus kroget ennout gant an dorn, ez out torret hag ec'h eus roget dezho o skoaz a-bezh, ha pa'z int en em harpet warnout, ez out bruzunet hag ec'h eus lakaet o holl lounezhi difińv.

8  Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, e lakain ar c'hleze da zont warnout, hag e tilamin eus da greiz tud ha loened.

9  Bro Ejipt a zeuio da vezań ur glac'har hag ur rivin, hag e ouezint ez on me an AOTROU, rak lavaret en deus: Ar stźr a zo din, me am eus graet anezhi.

10  Setu perak em eus droug ouzhit hag ouzh da stźrioł, hag e lakain bro Ejipt da vezań ur rivin bras hag ur glac'har, adalek Migdol betek Sien ha betek harzoł Kush (= Etiopia).

11  Troad den ne dremeno enni, ha troad loen ebet ne dremeno kennebeut, hag e-pad daou-ugent vloaz ne vo ket poblet.

12  Lakaat a rin bro Ejipt da vezań ur glac'har e-touez ar broioł glac'haret, he c'hźrioł a vo distro e-pad daou-ugent vloaz e-touez kźrioł rivinet. Hag e stlabezin an Ejipsianed e-mesk ar broadoł, hag o strewin e meur a vro.

13  Koulskoude evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: A-benn daou-ugent vloaz e tastumin an Ejipsianed a-douez ar pobloł ma vint bet stlabezet enno,

14  hag e tegasin en-dro re zalc'het an Ejipt, hag e rin dezho mont en-dro da vro Batroz, en o bro c'henidik, met e vint eno ur rouantelezh dinerzh.

15  Hag e vo an izelań eus ar rouantelezhioł, ne savo ken dreist ar broadoł, he dinerzhań a rin evit na reno ken war ar broadoł.

16  Ne lakaio ken ti Israel e fiziańs enni, hag o devo sońj eus o direizhder pa droent etrezek enni. Hag e ouezint ez on me an Aotrou AOTROU.

17  D'ar seizhvet bloaz warn-ugent, d'ar c'hentań miz, d'ar c'hentań eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

18  Mab an den, Nebukadnezar roue Babilon en deus lakaet e armead d'ober ur servij poanius a-enep Tir. An holl bennoł a zo deuet da vezań moal hag an holl divskoaz kignet; ha n'en deus bet gopr ebet eus Tir, nag eń nag e armead, evit ar servij en deus graet a-enep dezhi.

19  Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu e roan bro Ejipt da Nebukadnezar roue Babilon. Sevel a raio kuit hec'h engroez, hag e kaso gantań ar preizh, hag e raio rińs; kement-se a vo gopr e armead.

20  Evit paeań al labour en deus graet a-enep Tir, e roan dezhań bro Ejipt, rak oberiet o deus evidon, eme an Aotrou AOTROU.

21  En deiz-se e lakain ur c'horn da vountań da di Israel, hag e tigorin dit da c'henoł en o zouez, hag e ouezint ez on me an AOTROU.

 

Pennad 30

1  Komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

2  Mab an den, ro da brofediezh ha lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Yudit: Devezh paour!

3  Rak tost eo an deiz, ya tost eo deiz an AOTROU, deiz a goumoul, deiz ar broadoł e vo.

4  Ar c'hlere a zeuio war an Ejipt, spouron a vo e Kush (= Etiopia), pa gouezho en Ejipt ar re skoet d'ar marv, ha pa vo lamet kuit hec'h engroez ha distrujet he diazezoł.

5  Kush, Pud ha Lud, an holl Arabia ha Kub, hag holl vibien bro an emglev, a gouezho ganto dre ar c'hleze.

6  Evel-henn e komz an AOTROU: Skoazellerien an Ejipt a gouezho, ha lorc'h he nerzh a vo izelaet. Adalek Migdol betek Sien, e kouezhint dre ar c'hleze en he c'hreiz, eme an Aotrou AOTROU.

7  Hag e vint glac'haret e-touez ar broioł glac'haret, he c'hźrioł a vo e-touez kźrioł rivinet.

8  Hag e ouezint ez on me an AOTROU, pa em bo lakaet an tan en Ejipt, ha pa vo brevet hec'h holl skoazellerien.

9  En deiz-se e yelo kannaded eus va ferzh war listri da spontań Kush en he surentez, hag e vo spouron en o zouez evel e devezh an Ejipt, rak setu, dont a ra.

10  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Kas a rin da netra engroez an Ejipt dre zorn Nebukadnezar roue Babilon.

11  Eń hag e bobl gantań, ar spontusań eus ar broadoł, a vo degaset da zistrujań ar vro. Tennań ar raint o c'hlezeier a-enep an Ejipsianed, hag e leugnint ar vro a dud skoet d'ar marv.

12  Hag e tisec'hin ar stźrioł, hag e lakain ar vro etre daouarn tud drouk; gwastań a rin ar vro hag ar pezh a zo ennań dre zorn diavaezidi. Me an AOTROU am eus komzet.

13  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Distrujań a rin an idoloł, kas a rin da netra falsdoueoł eus Nof, ne vo prińs ebet ken e bro Ejipt, hag e skuilhin ar spont e bro Ejipt.

14  Hag e kwastin Patroz, an tan a lakain e Zoan, ha va barnedigezhioł a rin war No.

15  Skuilhań a rin va fulor war Sin, kreńvlec'h an Ejipt, hag e kasin da netra engroez No.

16  An tan a lakain en Ejipt, Sin a vo tapet gant glac'haroł bras, No a vo roget gant freuzoł a bep seurt, ha Nof a vo argadet e kreiz an deiz.

17  Tud yaouank kaer eus On ha Pi-Besed a gouezho dre ar c'hleze; int o-unan a yelo d'ar prizonerezh.

18  E Tapanez e teńvalaio an deiz, pa dorrin yev an Ejipt, ha pa baouezo lorc'h he nerzh. Ur goabrenn he goloio hag he merc'hed a yelo d'ar prizonerezh.

19  Ober a rin va barnedigezhioł war an Ejipt, hag e ouezint ez on me an AOTROU.

20  D'an unnekvet bloaz, d'ar c'hentań miz, d'ar seizhvet eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

21  Mab an den, torret em eus brec'h Faraon roue an Ejipt, ha setu, n'eo ket bet bandennet evit he fareań, n'eo ket bet paket evit hec'h eren hag he startaat, hag evit ma c'hellfe kregiń ar c'hleze.

22  Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzh Faraon roue an Ejipt, hag e torrin dezhań e zivrec'h, an hini yac'h hag an hini dorret, hag e lakain ar c'hleze da gouezhań eus e dorn.

23  Strewiń a rin an Ejipsianed e-touez ar broadoł, hag o stlabezin er broioł.

24  Nerzhekaat a rin divrec'h roue Babilon, hag e lakain va c'hleze en e zorn, met e torrin divrec'h Faraon, a laosko hirvoudoł dirazań evel un den gloazet d'ar marv.

25  Nerzhekaat a rin divrec'h roue Babilon, met e kouezho divrec'h Faraon. Hag e ouezint ez on me an AOTROU, pa em bo lakaet va c'hleze e dorn roue Babilon, ha p'en devo e astenn war-zu bro Ejipt.

26  Hag e strewin an Ejipsianed e-touez ar broadoł, hag o stlabezin er broioł, hag e ouezint ez on me an AOTROU.

 

Pennad 31

1  D'an unnekvet bloaz, d'an trede miz, d'ar c'hentań eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

2  Mab an den, lavar da Faraon roue an Ejipt ha d'e engroez: Ouzh piv ez out heńvel ez braster?

3  Setu, Asiria a zo bet evel ur sedrezenn eus al Liban, gant skourroł kaer ha delioł stank o reiń disheol; bez' e oa uhel a vent, he beg o sevel e-kreiz skoultrigoł fetis.

4  An doureier o deus he lakaet da greskiń, an donder en deus he lakaet da bignat uhel, he stźrioł a rede en-dro d'al lec'h ma oa plantet, hag e kase e ganolioł war-zu holl wez ar parkeier.

5  Setu perak he deus tremenet hec'h uhelder e-biou da holl wez ar parkeier, liesaet eo bet he skourroł, hag he barroł o deus en em astennet a-drugarez d'an doureier bras he lakae da greskiń.

6  Holl laboused an neńvoł o deus neizhiet en he skourroł, holl loened ar parkeier o deus kolenet dindan he barroł, hag holl vroadoł bras o deus bet o chom ouzh he skeud.

7  Kaer e oa en he braster ha gant he skourroł astennet, rak e sanke he gwrizioł en doureier don.

8  Sedrez liorzh Doue ne lame digantań netra eus he kaerder, ar siprez ne hańvalent ket ouzh he skourroł, hag ar plataned ne oant ket heńvel ouzh he barroł. Gwezenn ebet eus liorzh Doue ne oa heńvel outi en he c'haerder.

9  He graet em boa kaer gant he brankoł niverus, hag holl wez Eden e liorzh Doue a oa gwarizius outi.

10  Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Dre ma oa uhel a vent ha ma save he beg e-kreiz skoultrigoł fetis, dre ma oa lorc’hus he c'halon eus hec'h uhelder,

11  lakaet em eus anezhi etre daouarn ar galloudeg eus ar broadoł, a raio dezhi evel ma tere; he c'haset em eus kuit en abeg d'he zorfedoł.

12  Diavaezidi, ar spontusań eus ar broadoł, o deus he zroc'het hag he zaolet kuit. He skourroł a zo kouezhet war ar menezioł hag en holl draoniennoł, hag he skoultrigoł a zo bet torret en holl stźrioł ar vro. Holl bobloł an douar o deus en em dennet eus he skeud hag o deus he dilezet.

13  Holl laboused an neńvoł o deus en em zalc'het en he dismantroł, hag holl loened ar parkeier a zo aet etre he barroł,

14  evit na vo ken gwezenn douraet ebet uhel a vent, evit na savo ken he beg e-kreiz skoultrigoł fetis, evit n'en em zalc'ho ken en o uhelder ar re a ev dour. Rak e vint holl lakaet d'ar marv e donderioł an douar, e-touez mibien an dud, gant ar re a ziskenn d'ar poull.

15  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: En deiz ma tiskennas da lec'h ar marv, lakaet em eus dougen kańv, goloet em eus an donder eviti, harzet em eus ouzh he stźrioł da redek, dalc'het e voe an doureier bras, lakaet em eus al Liban e kańv eviti, hag holl wez ar parkeier a zo bet gwanaet en abeg dezhi.

16  Brańsellet em eus ar broadoł gant trouz he lamm, pa em eus he zaolet da lec'h ar marv gant ar re a ziskenn d'ar poull. Hag holl wez Eden, ar re wellań hag an dibab eus al Liban, an holl oc'h evań dour, a voe frealzet e donderioł an douar.

17  Int ivez a zo diskennet ganti da lec'h ar marv, etrezek ar re a zo bet lazhet dre ar c'hleze; he brec'h e oant bet, o chom en he skeud e-touez ar broadoł.

18  Ouzh piv out bet heńvel evel-se, e gloar hag e braster, e-touez gwez Eden? Taolet e vi d'an traoń gant gwez Eden, e donderioł an douar. Gourvezet e vi e-touez an diamdroc'hidi, gant ar re a zo bet lazhet dre ar c'hleze. Setu Faraon hag e holl engroez, eme an Aotrou AOTROU.

 

Pennad 32

1  D'an daouzekvet bloaz, d'an daouzekvet miz, d'ar c'hentań eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

2  Mab an den, displeg ur c'hlemmgan diwar-benn Faraon roue an Ejipt, hag e lavari dezhań: Bet out evel ul leon yaouank e-touez ar broadoł, hag evel an euzhvil a zo er morioł. En em deurel a raes ez stźrioł, hag e saotres an doureier gant da dreid, hag e leunie a fank o gwazhioł.

3  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Astenn rin va roued warnout, en un niver bras a bobloł, hag e tennint ac'hanout em roued.

4  Da zilezel a rin war an douar, da daolin war c'horre ar parkeier, lakaat a rin holl laboused an neńvoł da chom warnout, hag e roin o gwalc'h ac'hanout da loened an douar holl.

5  Lakaat a rin da gig war ar menezioł, hag e leugnin an traoniennoł gant da zismantroł.

6  Dourań a rin gant da wad, betek ar menezioł, ar vro ma neuńvez ennań, hag an naozioł a vo leuniet ac'hanout.

7  Pa steuzin ac'hanout, e c'holoin an neńvoł hag e teńvalain o stered, goleiń a rin an heol a goumoul hag al loar ne roio ken e sklźrijenn.

8  Abalamour dit, e teńvalain an holl c'houlaouennoł a sklźrijenn an neńvoł, hag e skuilhin an deńvalijenn war da vro, eme an Aotrou AOTROU.

9  Hag e nec'hin kalon kalz a bobloł, pa zisklźrin da zistruj e-touez ar broadoł, betek broioł ne'c'h eus ket anavezet.

10  Leuniań a rin a spont kalz a bobloł diwar da benn, hag o rouaned a vo spouronet en abeg dit pa hejin a-us dezho va c'hleze. Krenań a raint dalc'hmat, pep hini anezho evit e vuhez, e deiz da lamm.

11  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Kleze roue Babilon a zeuio warnout.

12  Diskar a rin da engroez dre glezeier ar c'halloudeien, ar re taerań eus ar broadoł, holl anezho. Hag e tistrujint lorc'h an Ejipt, hag hec'h holl engroez a vo kaset da netra.

13  Hag e tistrujin hec'h holl loened e-kichen an doureier bras. Troad den ebet n'o saotro ken, ha botez loen ebet n'o saotro kennebeut.

14  Neuze e sioulain an doureier, hag e lakain he stźrioł da redek evel eoul, eme an Aotrou AOTROU.

15  Pa em bo lakaet bro an Ejipt da vezań un dismantr, pa vo ar vro dibourc'het eus kement a leunie anezhi, pa em bo skoet war an holl re a zo o chom enni, e ouezint ez on me an AOTROU.

16  Evel-se emań ar c'hlemmgan, evit ma servijo da glemmgan warni. Merc'hed ar broadoł a zisplego ar c'hlemmgan-mań diwar-benn an Ejipt hag hec'h holl engroez, eme an Aotrou AOTROU.

17  D'an daouzekvet bloaz, d'ar pemzek eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

18  Mab an den, hirvoud diwar-benn engroez an Ejipt, ha taol anezhań d'an traoń, hi ha merc'hed ar broadoł galloudus, da zonderioł an douar, gant ar re a ziskenn d'ar poull.

19  Dreist piv emaout e dudi? Diskenn ha gourvez e-touez an diamdroc'hidi.

20  Kouezhań a raint e-kreiz ar re a zo bet lazhet dre ar c'hleze; ar c'hleze a zo tennet, stlejit anezhi gant hec'h holl engroez.

21  Komz a raio outi ar re nerzhusań a-douez ar c'halloudeien, a-greiz lec'h ar marv, gant ar re a voe he skoazellerien: diskennet int, gourvezet int, an diamdroc'hidi lazhet dre ar c'hleze.

22  Eno emań Asiria gant hec'h holl engroez, hag en-dro dezhi he bezioł. Holl int bet lazhet, diskaret gant ar c'hleze.

23  He bezioł en em gav e goueled ar poull, he bodadenn a zo en-dro d'he bez. Holl int bet lazhet, diskaret gant ar c'hleze, int hag a skuilhe ar spont war zouar ar re vev.

24  Eno emań Elam, hag e holl engroez en-dro d'e vez. Holl int bet lazhet, diskaret gant ar c'hleze, diskennet int diamdroc'h da zonderioł an douar, int hag a skuilhe ar spont war zouar ar re vev, douget o deus o dismegańs gant ar re a ziskenn d'ar poull.

25  E-kreiz ar re skoet d'ar marv eo bet lakaet e wele, gant e holl engroez, hag e vezioł a zo en-dro dezhań. Lazhet eo bet dre ar c'hleze an holl ziamdroc'hidi-se, int hag a skuilhe ar spont war zouar ar re vev, douget o deus o dismegańs gant ar re a ziskenn d'ar poull. Lakaet eo bet e-touez ar re skoet d'ar marv.

26  Eno emań Meshek, Tubal hag o holl engroez, hag o bezioł a zo en-dro dezho. Lazhet eo bet dre ar c'hleze an holl ziamdroc'hidi-se, int hag a skuilhe ar spont war zouar ar re vev.

27  N'int ket gourvezet gant ar c'halloudeien kouezhet a-douez an diamdroc'hidi, a zo diskennet da lec'h ar marv gant o armoł-brezel, hag ez eo bet lakaet o c'hlezeier dindan o fennoł, hag o fec'hedoł a c'holo o eskern, rak spouron ar c'halloudeien a zo bet war zouar ar re vev.

28  Te ivez a vo bruzunet e-kreiz an diamdroc'hidi, hag e vi gourvezet gant ar re lazhet dre ar c'hleze.

29  Eno emań Edom, e rouaned hag e holl brińsed, a zo bet lakaet, en desped d'o nerzh, gant ar re lazhet dre ar c'hleze; gourvezet int gant an diamdroc'hidi, gant ar re a ziskenn d'ar poull.

30  Eno emań holl brińsed an hanternoz hag an holl Sidoniz, a zo diskennet gant ar re skoet d'ar marv, en desped da spouron o nerzh. Mezhek int, gourvezet diamdroc'h gant ar re lazhet dre ar c'hleze, douget o deus o dismegańs gant ar re a ziskenn d'ar poull.

31  Faraon a welo anezho, hag e vo frealzet diwar-benn e holl engroez, ya Faraon hag e holl arme a vo lazhet dre ar c'hleze, eme an Aotrou AOTROU.

32  Rak me am eus lakaet va spouron war zouar ar re vev, ha Faraon hag e holl engroez a vo gourvezet e-kreiz an diamdroc'hidi, gant ar re lazhet dre ar c'hleze, eme an Aotrou AOTROU.

 

Pennad 33

1  Komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

2  Mab an den, komz ouzh mibien da bobl ha lavar dezho: Pa rin d'ar c'hleze dont war ur vro, ha ma tibabo pobl ar vro-se unan bennak evit e lakaat da c'hedour,

3  mar gwel hemań ar c'hleze o tont war ar vro, mar son ar shofar evit aliań an dud,

4  ha ma ne ziwall ket an hini a glev son ar shofar, pa zeuio ar c'hleze d'e dapout, e wad a vo war e benn.

5  Klevet en deus son ar shofar, ha n'en deus ket diwallet, e wad a vo warnań. Met ma tiwall, e saveteo e ene.

6  Mar gwel ar gedour ar c'hleze o tont, ha ma ne son ket ar shofar, en hevelep doare ma ne ziwall ket ar bobl, ha ma teu ar c'hleze da lemel e vuhez digant unan bennak anezho, hemań a vo tapet en abeg d'e zireizhder, met e c'houlennin e wad digant ar gedour.

7  Te, mab an den, da lakaet em eus evel gedour evit ti Israel. Selaou ger va genoł, ha kemenn anezho eus va ferzh.

8  Pa em bo lavaret d'an den fall: Den fall, mervel a ri a-dra-sur! Ha ne gomzi ket evit distreiń an den fall diwar e hent, an den fall-se a varvo en e zireizhder, met e c'houlennin e wad ouzhit.

9  Met pa alii an den fall da zistreiń diwar e hent, hep ma tistrofe hemań diwar e hent, e varvo en e zireizhder, ha te az po saveteet da vuhez.

10  Te, mab an den, lavar da di Israel: Komzet hoc'h eus evel-henn o lavarout: Pa'z emań hon disentidigezh hag hor pec'hedoł warnomp, ha ma tinerzhomp en abeg dezho, penaos e c'hellimp bevań?

11  Lavar dezho: Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, ne gavan plijadur ebet e marv an den fall, met e distro an den fall diwar e hent, evit ma vevo. Distroit, distroit diwar hoc'h hent fall. Perak e varvfec'h, o ti Israel?

12  Te, mab an den, lavar da vibien da bobl: Reizhder an den reizh ne saveteo ket anezhań da zeiz e zisentidigezh, ha fallagriezh an den fall ne lakaio ket anezhań da gouezhań da zeiz e tistroio diouzh e fallagriezh, ha ne c'hello ket an den reizh bevań dre e reizhder da zeiz ma pec'h.

13  Pa em bo lavaret d'an den reizh: Bevań a ri a-dra-sur! Hag hemań, o fiziout en e reizhder, a ra direizhder, ne vo ken sońj eus oberennoł e reizhder, met en abeg d'e zireizhder en devo graet, e varvo.

14  Pa em bo lavaret d'an den fall: Mervel a ri a-dra-sur! Hag o tistreiń diouzh e bec'hed, e ra ar pezh a zo reizh hag eeun,

15  ma taskor an den fall ar c'hred, ma ro en-dro ar pezh en deus laeret, ma kerzh hervez lezennoł a ro ar vuhez hep ober an direizhder, a-dra-sur e vevo ha ne varvo ket.

16  Ne vo ken sońj eus e holl bec'hedoł en deus graet, ober a ra ar pezh a zo reizh hag eeun, bevań a raio a-dra-sur.

17  Met mibien da bobl a lavar: Hent an Aotrou n'eo ket eeun. O hent eo an hini n'eo ket eeun.

18  Mar distro an den reizh diouzh e reizhder, evit ober direizhder, e varvo en abeg da-se.

19  Mar distro an den fall diouzh e fallagriezh, evit ober ar pezh a zo reizh hag eeun, e vevo en abeg da-se.

20  Hag e lavarit: Hent an Aotrou n'eo ket eeun. Me a varno ac'hanoc'h, ti Israel, pep hini hervez e hentoł.

21  D'an daouzekvet bloaz eus hon harlu, d'an dekvet miz, d'ar pempvet eus ar miz, e teuas da'm c'havout un den a tec'he eus Jeruzalem, hag e lavaras: Kźr a zo tapet!

22  Dorn an AOTROU a zo bet warnon d'an abardaez a-raok ma teuas an tec'had, ha pa zeuas davedon diouzh ar mintin, an AOTROU a zigoras va genoł din. Va genoł a oa digor, ha ne oan ken mud.

23  Komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

24  Mab an den, ar re a zo o chom e lec'hioł gwastet bro Israel, a gomz o lavarout: Abraham a oa e-unan, hag en deus bet ar vro da hźrezh, met ni a zo niverus, hag ar vro a zo roet deomp da hźrezh.

25  Setu perak e lavari dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Debriń a rit gant ar gwad, sevel a rit ho taoulagad etrezek an idoloł, skuilhań a rit ar gwad, hag e perc'hennfec'h ar vro?

26  En em harpań a rit war ho kleze, ober a rit traoł euzhus, saotrań a rit pep hini ac'hanoc'h gwreg e nesań, hag e perc'hennfec'h ar vro?

27  Lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Me a zo bev, tud al lec'hioł gwastet-mań a gouezho dre ar c'hleze, hag e roin d'al loened ar re a zo er parkeier, evit ma tebrint anezho, ar re a zo er c’hreńvlec’hioł hag er vougevioł a varvo dre ar vosenn.

28  Hag e lakain ar vro da vezań ur glac'har hag ur gouelec'h, hag e paouezo lorc'h he nerzh. Menezioł Israel a vo gwastet, den ebet ne dremeno ken drezo.

29  Hag e ouezint ez on me an AOTROU, pa em bo lakaet ar vro da vezań ur glac'har hag ur gouelec'h, en abeg d'an holl draoł euzhus o deus graet.

30  Ha te, mab an den, mibien da bobl a gomz diwar da benn tost ouzh ar mogerioł hag ouzh dorojoł an tiez. Komz a reont unan gant unan all, pep hini gant e nesań, en ur lavarout: Deuit da selaou petore komz a zo deuet a-berzh an AOTROU.

31  Hag e teuont da'z kavout a-vostad, va fobl a azez dirazout, hag e selaouont da gomzoł. Met ne reont ket hervezo, o c'hontań a reont en o genoł, met o c'halon a ya war-lerc'h o gwallc'hoantoł.

32  Setu ez out evito evel ur c'haner a vouezh vrav, gant kanaouennoł kaer, ampart war ar benveg, rak e selaouont da gomzoł, met ne reont ket hervezo.

33  Ha pa c'hoarvezo an traoł-mań, ha setu e teuont, e ouezint ez eus bet ur profed en o zouez.

 

Pennad 34

1  Komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

2  Mab an den, profediń a ri a-enep mźsaerien Israel, profediń a ri hag e lavari d'ar vźsaerien-se: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Gwalleur da vźsaerien Israel na beuront nemeto o-unan! Ha ne vefe ket ret d'ar vźsaerien peuriń an tropell?

3  C'hwi a zebr al lard, hag en em wiskit gant ar gloan, hag e lazhit ar pezh a zo druz, ha ne beurit ket an tropell!

4  N'hoc'h eus ket nerzhet ar re zinerzh, n'hoc'h eus ket louzaouet an hini glańv, n'hoc'h eus ket paket an hini dorret hec'h ezel, n'hoc'h eus ket kerc'het an hini zianket, n'hoc'h eus ket klasket an hini gollet, met renet hoc'h eus warno gant kaleter ha rustoni.

5  Stlabezet int bet dre vank a vźsaerien, lakaet int bet da zont da breizh da holl loened ar parkeier, o vezań stlabezet.

6  Va deńved a zo bet o kantreal war an holl venezioł ha war an holl grec'hioł, va deńved a zo bet stlabezet war holl c'horre an douar, ha n'eus bet den o klask pe o kerc'hat anezho.

7  Neuze, mźsaerien, selaouit ouzh komz an AOTROU:

8  Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, dre ma'z eo roet va deńved d'ar skrapadeg, hag ez int deuet ur preizh da holl loened ar parkeier, dre vank a vźsaerien, dre ma n'o deus ket klasket va mźsaerien va deńved, met o deus en em beuret o-unan va mźsaerien e-lec'h lakaat va deńved da beuriń,

9  neuze, mźsaerien, selaouit ouzh komz an AOTROU:

10  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzh ar vźsaerien-se, hag ec'h adc'houlennin va deńved digant o daouarn, hag e harzin outo a beuriń an deńved, ha n'en em beurint ken o-unan. Hag e tieubin va deńved eus o genoł, ha ne vint ken ur boued evito.

11  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu me amań! Adc'houlenn a rin va deńved, hag o c'herc'hin.

12  Evel ma klask ar mźsaer e dropell en deiz ma'z emań e-kreiz e zeńved stlabezet, evel-se e klaskin va deńved, dastum a rin anezho eus an holl lec'hioł ma vint bet strewet en devezh a goumoul hag a deńvalijenn.

13  O zennań a rin a-douez ar pobloł, o dastum a rin a-douez ar broioł, o degas a rin d'o bro en-dro, hag o lakain da beuriń war menezioł Israel, war vord ar gwazhioł-dour, en holl lec'hioł annezet ar vro.

14  Hag o lakain da beuriń en ur beurvan vat, o chomadur a vo e menezioł uhel Israel. Eno e tiskuizhint en ul lec'h mat hag e peurint ur beurvan druz war venezioł Israel.

15  Me va-unan a beuro va deńved hag o lakaio da ziskuizhań, eme an Aotrou AOTROU.

16  Klask a rin an hini gollet, degas a rin en-dro an hini zianket, pakań a rin an hini dorret hec'h ezel, nerzhań a rin an hini glańv, met e tistrujin ar re lart ha nerzhus. O feuriń a rin gant skiant.

17  Ha c'hwi, va deńved, evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu e varnan etre oan hag oan, etre maouted ha bouc'hed.

18  Ha re nebeut eo evidoc'h peuriń ur beurvan vat, evit ma vac'hit dindan ho treid an nemorant eus ho peurvan? Hag evań doureier sklaer, evit ma saotrit gant ho treid an nemorant?

19  Ha va deńved a zle peuriń ar pezh a vac'h ho treid, hag evań ar pezh a zo saotret gant ho treid.

20  Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu e varnin-me va-unan etre an oan lart hag an oan treut.

21  Peogwir hoc'h eus bountet gant kostez ha skoaz, hag o deus skoet dre ho kerniel war an holl re zinerzh, betek kas anezho er-maez,

22  me a saveteo va deńved, evit na vint ket ur preizh, hag e varnin etre oan hag oan.

23  Hag e lakain warno ur mźsaer hepken, a beuro anezho, David va servijer, hag a beuro anezho, hag a vo e-unan o mźsaer.

24  Me an AOTROU a vo o Doue, ha David va servijer a vo prińs en o c'hreiz. Me an AOTROU am eus komzet.

25  Hag e rin ganto un emglev a beoc'h, hag e kasin kuit al loened gwez eus ar vro, hag e vint o chom e surentez er gouelec'h, hag e kouskint er c'hoadegi.

26  Leuniań a rin anezho a vennozhioł, int ha tro-dro va c'hrec'h, hag e koulz e lakain glav da gouezhań: bez' e vint glaveier a vennozh.

27  Gwez ar parkeier a roio o frouezh, an douar a roio e drevad, hag int a vo e surentez en o bro, hag e ouezint ez on me an AOTROU, pa em bo torret koad o yev hag o dieubet eus dorn ar re a sklavelae anezho.

28  Ne vint ken preizh ar broadoł, loened an douar n'o debrint ken, hag e vint o chom e surentez, hep ma vefe den d'o spontań.

29  Me a savo dezho ur blantadeg brudet, ne varvint ken gant an naon er vro, ne zougint ken dismegańs ar broadoł.

30  Hag e ouezint ez on me an AOTROU o Doue, a zo ganto, hag ez int ti Israel va fobl, eme an Aotrou AOTROU.

31  C'hwi eo va deńved, c'hwi tud, deńved va feurvan, ha me eo ho Toue, eme an Aotrou AOTROU.

 

Pennad 35

1  Komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

2  Mab an den, tro da zremm ouzh Menez Seir, hag e profedi a-enep dezhi.

3  Lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzhit Menez Seir, hag ec'h astennin va dorn a-enep dit, hag e lakain ac'hanout da vezań un digenvez hag ur gouelec'h.

4  Kas a rin da get da gźrioł hag e vi un digenvez, hag e ouezi ez on me an AOTROU.

5  Dre ma ec'h eus bet ur gasoni beurbadus, ha ma ec'h eus roet mibien Israel da c'halloud ar c'hleze da zeiz o glac'har, da vare ma oa deuet o direizhder da benn,

6  en abeg da-se, me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, e lakain ac'hanout e gwad, hag ar gwad a redo war da lerc'h.

7  Lakaat a rin Menez Seir da vezań un digenvez hag ur gouelec'h, hag e lamin kuit ar re a zeu hag ar re a ya.

8  Leuniań a rin e venezioł gant e dud lazhet. Ar re skoet d'ar marv dre ar c'hleze a gouezho war da grec'hioł, ez traoniennoł hag ez holl stźrioł.

9  Da lakaat a rin da vezań un digenvez peurbad, da gźrioł ne vint ken annezet, hag e ouiot ez on me an AOTROU.

10  Peogwir ec'h eus lavaret: An div vroad hag an div vro a vo din, hag o ferc'hennimp, petra bennak ma'z oa an AOTROU eno,

11  en abeg da-se, me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, e rin dit hervez da gounnar ha da fulor ac'h eus diskouezet ez kasoni outo, hag en em roin da vezań anavezet en o zouez, pa varnin ac'hanout.

12  Hag e ouezi am eus me an AOTROU klevet an dismegańsoł ac'h eus disklźriet a-enep menezioł Israel o lavarout: Drastet int, roet int deomp da voued.

13  Daeet hoc'h eus ac'hanon gant ho kenoł, ha liesaet hoc'h eus ho komzoł a-enep din, ha klevet em eus.

14  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Pa laouenaio an douar holl, da lakaat a rin da vezań un digenvez.

15  Evel ma'z out bet laouenaet diwar-benn hźrezh ti Israel pa voe drastet, evel-se e rin dit. Te a vo drastet Menez Seir, gant Edom en e bezh, hag e ouezint ez on me an AOTROU.

 

Pennad 36

1  Mab an den, profediń a ri diwar-benn menezioł Israel, hag e lavari: Menezioł Israel, selaouit ouzh komz an AOTROU:

2  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir en deus lavaret an enebour a-enep deoc'h: A! A! An uhelennoł kozh-se a zo deuet da vezań hon dalc'h,

3  en abeg da-se e profedi hag e lavari: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir, ya, peogwir hoc'h eus bet lakaet en glac'har ha lonket a bep tu, evit ma vefec'h perc'hennet gant ar broadoł all, ha ma vefec'h sujet da deod ha dismegańs an dud,

4  en abeg da-se, menezioł Israel, selaouit ouzh komz an Aotrou AOTROU: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU d'ar menezioł ha d'ar c'hrec'hioł, d'ar froudoł ha d'an traoniennoł, d'al lec'hioł distrujet ha digenvez, d'ar c'hźrioł dilezet a zo bet roet d'ar preizh ha d'ar goapaerezh d'ar broadoł tro-dro,

5  en abeg da-se, evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: A-dra-sur, e tan va gwarizi em eus komzet a-enep ar broadoł all hag a-enep Edom, o deus en em roet dezho o-unan va bro da berc'hennań, gant levenez en o c'halon ha dismegańs en o ene, evit ober anezhi un douar digor d'ar preizh.

6  Setu perak e profedi diwar-benn bro Israel, hag e lavari d'ar menezioł ha d'ar c'hrec'hioł, d'ar froudoł ha d'an traoniennoł: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, komzet em eus em gwarizi hag em fulor, rak douget hoc'h eus dismegańs ar broadoł.

7  Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Sevel em eus va dorn, ar broadoł a zo tro-dro deoc'h a zougo o-unan o dismegańs.

8  Ha c'hwi menezioł Israel, e lakaiot ho skourroł da greskiń hag e roiot ho frouezh evit va fobl Israel, rak an traoł-se a zo prest d'en em gavout.

9  Rak setu, e teuan d'ho kavout hag e troan etrezek ennoc'h, hag e viot labouret hag hadet.

10  Liesaat a rin warnoc'h an dud, holl di Israel, ar c'hźrioł a vo annezet, hag al lec'hioł gwastet a vo adsavet.

11  Liesaat a rin warnoc'h an dud hag al loened, a gresko hag a frouezho. Me a raio deoc'h bezań o chom evel gwechall, hag e rin deoc'h muioc'h a vad eget en deroł, hag e ouiot ez on me an AOTROU.

12  Hag e lakain tud da gerzhout warnoc'h, va fobl Israel, int a berc'henno ac'hanoc'h hag e viot o hźrezh, ha n'o distrujot ken.

13  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir e vez lavaret deoc'h: Debriń a rez tud, ha distrujet ec'h eus da vroad,

14  en abeg da-se, ne zebri ken tud ha ne zistruji ken da vroad, eme an Aotrou AOTROU.

15  Ne roin ken dit da glevout dismegańs ar broadoł, ne zougi ken fae ar pobloł, ne lakain ken da vroad da gouezhań, eme an Aotrou AOTROU.

16  Ha komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

17  Mab an den, re di Israel, pa oant o chom en o bro, o deus e saotret dre o hent hag o oberoł. O hent a zo deuet da vezań dirazon evel dic'hlanded ur wreg e mare saotradur he mizioł.

18  Hag em eus skuilhet va fulor warno, en abeg d'ar gwad o deus lakaet da redek war ar vro, ha d'an idoloł m'o deus he saotret ganto.

19  O stlabezet em eus e-touez ar broadoł, hag int bet strewet e meur a vro. O barnet em eus hervez o hent hag hervez o oberoł.

20  Pa'z int en em gavet e-touez ar broadoł ma oant aet en o c'hreiz, disakret o deus va anv santel, en hevelep doare ma veze lavaret diouto: Pobl an AOTROU eo, ha koulskoude ez int deuet er-maez eus e vro.

21  Met fellet eo bet din espern va anv santel, a zo bet disakret gant ti Israel e-touez ar broadoł ma oant aet en o c'hreiz.

22  Setu perak, lavar da di Israel: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Ne ran ket kement-mań en abeg deoc'h, ti Israel, met en abeg da'm anv santel hoc'h eus disakret e-touez ar broadoł ma oant aet en o c'hreiz.

23  Santelaat a rin va anv bras, a zo bet disakret e-touez ar broadoł, hoc'h eus disakret en o zouez, hag ar broadoł a ouezo ez on me an AOTROU, eme an Aotrou AOTROU, pa vin santelaet ennoc'h dindan o daoulagad.

24  Hag e tennin ac'hanoc'h a-douez ar broadoł, hag ho tastumin eus an holl vroioł, hag e tegasin ac'hanoc'h en ho pro.

25  Skuilhań a rin warnoc'h doureier glan, hag e viot glanaet. Ho klanaat a rin eus hoc'h holl loustoni hag eus hoc'h holl idoloł.

26  Hag e roin deoc'h ur galon nevez, hag e lakain ur spered nevez en ho tiabarzh. Dilemel a rin ar galon vaen diouzh ho korf, hag e roin deoc'h ur galon kig.

27  Lakaat a rin va Spered en ho tiabarzh, hag e rin deoc'h kerzhout em reolennoł ha mirout va barnedigezhioł, evit ober diouto.

28  Hag e viot o chom er vro am eus roet d'ho tadoł, hag e viot va fobl hag e vin ho Toue.

29  Ho tieubiń a rin eus hoc'h holl loustoni, hag e c'halvin ar gwinizh, hag e kreskin anezhań, ne gasin ken an naonegezh warnoc'h.

30  Hag e kreskin frouezh ar gwez ha trevad ar parkeier, evit ma ne zougot ken dismegańs an naonegezh e-touez ar broadoł.

31  Sońj ho po eus hoc'h hentoł fall hag eus hoc'h oberoł ne oant ket mat, hag euzh ho po ouzhoc'h hoc'h-unan en abeg d'ho direizhder ha d'hoc'h euzhusterioł.

32  Ne ran ket kement-se abalamour deoc'h, eme an Aotrou AOTROU, ra vo anavezet ganeoc'h! Bezit mezhek ha pinous diouzh hoc'h hentoł, o ti Israel!

33  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: En deiz m'ho klanain eus hoc'h holl zireizhder, ar c'hźrioł a vo annezet, hag al lec'hioł gwastet a vo adsavet.

34  An douar glac'haret a vo labouret, el lec'h ma oa ur glac'har dirak daoulagad an dremenidi.

35  Hag e vo lavaret: An douar glac'haret-mań a zo deuet evel liorzh Eden, hag ar c'hźrioł gwastet, glac'haret ha distrujet-mań a zo kreńvaet ha tudet.

36  Hag ar broadoł a vo manet en-dro deoc'h a ouezo eo me an AOTROU am eus adsavet al lec'hioł distrujet ha plantet ar vro glac'haret. Me an AOTROU am eus komzet, hag ober a rin.

37  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: C'hoazh en em lezin kaout truez ouzh ti Israel, evit ober kement-mań dezho: Kreskiń a rin an dud evel un tropell.

38  Ar c'hźrioł gwastet a vo leun a engroezioł tud, heńvel ouzh tropelloł santel, heńvel ouzh tropelloł Jeruzalem e-pad ar gouelioł, hag e ouezint ez on me an AOTROU.

 

Pennad 37

1  Dorn an AOTROU a voe warnon, hag a reas din mont er-maez e Spered an AOTROU, hag am lakaas e-kreiz un draonienn a oa leun a eskern.

2  Hag e reas din tremen tost outo, tro-dro, ha setu, un niver bras-meurbet a oa war c'horre an draonienn, hag e oant disec'het holl.

3  Hag e lavaras din: Mab an den, an eskern-se, hag e c'hellint advevań? Hag e respontis: Aotrou AOTROU, te a oar.

4  Hag e lavaras din: Mab an den, profediń a ri war an eskern-se hag e lavari: Eskern disec'het, selaouit ouzh komz an AOTROU.

5  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU ouzh an eskern-mań: Setu, lakaat a rin ar spered da vont ennoc'h, hag ec'h advevot,

6  nervennoł a lakain warnoc'h, kig a lakain da greskiń warnoc'h, kroc'hen a astennin warnoc'h, spered a lakain ennoc'h, hag e vevot, hag e ouiot ez on me an AOTROU.

7  Neuze e profedis evel ma oa bet gourc'hemennet din. Hag adalek ma em boe profedet, e voe un trouz, ha setu ur fińvadeg, hag an eskern a dostaas an eil ouzh egile.

8  Hag e sellis, ha setu an nervennoł hag ar c'hig a zeuas warno, ar c'hroc'hen a c'holoas anezho, met ne oa ket a spered enno.

9  Hag e lavaras din: Profediń a ri d'ar spered, profediń a ri, mab an den, hag e lavari d'ar spered: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Spered, deus eus ar pevar avel, ha c'hwezh war al lazhidi-se, evit ma vevint.

10  Neuze e profedis evel ma oa bet gourc'hemennet din, hag ar spered a zeuas enno, hag e vevjont, hag en em zalc'hjont war o zreid. Un arme vras-meurbet e oant.

11  Hag e lavaras din: Mab an den, an eskern-se a zo holl di Israel. Setu e lavaront: Hon eskern a zo deuet da vezań disec'het, hon esperańs a zo kollet. Fin 'zo deomp!

12  Profediń a ri hag e lavari dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu e tigorin ho pezioł, hag e tennin ac'hanoc'h er-maez eus ho pezioł, va fobl, hag e tegasin ac'hanoc'h da zouar Israel.

13  Hag e ouiot ez on me an AOTROU, pa zigorin ho pezioł, va fobl, ha pa zennin ac'hanoc'h er-maez eus ho pezioł.

14  Hag e lakain va spered ennoc'h, hag e vevot, hag hoc'h adlakain en ho pro. Hag e ouiot ez on me an AOTROU am eus komzet, hag am eus graet, eme an AOTROU.

15  Ha komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

16  Ha te, mab an den, kemer ur pezh koad ha skriv warnań: Evit Juda hag evit mibien Israel, e genseurted. Ha kemer ur pezh koad all ha skriv warnań: Evit Jozef, koad Efraim hag holl di Israel, e genseurted.

17  Tosta anezho an eil ouzh egile evit ober diouto ur pezh koad hepken, hag e vint unanet ez torn.

18  Ha pa c'houlenno ouzhit mibien da bobl, o lavarout: Ha ne zisklźri ket deomp ar pezh a fell dit lavarout dre gement-se?

19  Lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, e kemerin koad Jozef, a zo e dorn Efraim, ha meuriadoł Israel, e genseurted, unaniń a rin anezho ouzh koad Juda, evit ober diouto ur pezh koad hepken, hag e vint unan em dorn.

20  Ar pezhioł koad az po skrivet warno a vo ez torn dirak o daoulagad.

21  Lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, emaon o vont da gemer mibien Israel a-douez ar broadoł ma'z int aet, o dastum a rin a bep tu, hag o degasin en o bro.

22  Hag e rin anezho ur vroad hepken er vro, war venezioł Israel, hag o devo holl ur roue hepken. Ne vint ken div vroad, ne vint ken lodennet e div rouantelezh.

23  N'en em saotrint ken gant o idoloł, gant o euzhusterioł pe gant o holl disentidigezh, hag e tennin anezho eus o holl chomlec'hioł m'o deus pec'het enno, hag o c'hlanain. Hag e vint va fobl, hag e vin o Doue.

24  David va servijer a vo o roue, hag o devo holl ur mesaer hepken. Kerzhout a raint hervez va barnedigezhioł, hag e virint va reolennoł evit ober diouto.

25  Hag e vint o chom er vro am eus roet da Jakob va servijer, ma'z eo bet o chom enni ho tadoł. Bez' e vint o chom enni, int, o mibien ha mibien o mibien, da viken, ha David va servijer a vo o frińs da viken.

26  Hag e rin ganto un emglev a beoc'h, a vo un emglev peurbadus ganto. O diazezań a rin hag o liesain, hag e lakain va santual en o c'hreiz da viken.

27  Va zabernakl a vo en o zouez, hag e vin o Doue, hag e vint va fobl.

28  Hag ar vroadoł a ouezo ez on me an AOTROU, a santela Israel, pa vo va santual en o c'hreiz evit biken.

 

Pennad 38

1  Ha komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

2  Mab an den, tro da zremm ouzh Gog e bro Vagog, prińs Rosh, Meshek ha Tubal, hag e profedi a-enep dezhań.

3  Lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzhit, Gog, prińs Rosh, Meshek ha Tubal,

4  da zistreiń a rin, hag e lakain ur c'hrog ouzh da javed, hag e rin dit dont er-maez gant da holl arme, kezeg ha marc'hegerien gwisket kaer holl anezho, un engroez bras gant skoedoł bras ha skoedoł bihan, o kregiń ar c'hleze holl anezho.

5  Tud eus Persia, Kush (= Etiopia) ha Pud (= Libia) a zo ganto, o tougen skoedoł ha tokarnoł holl anezho.

6  Gomer hag e holl vagadoł, ti Togarma eus penn an hanternoz gant e holl vagadoł, ha meur a bobl a zo ganit.

7  Bez prest, en em gempenn, te hag an holl engroez dastumet en-dro dit, bez o gward!

8  A-benn kalz a zeizioł e vi galvet, er bloavezhioł diwezhań e teui d'ar vro dieubet eus ar c'hleze ha dastumet a-douez meur a bobl, war venezioł Israel, a vo bet gwastet pell. Neuze, distroet holl a-douez ar pobloł, e vint o chom eno e surentez.

9  Pignat a ri hag e teui evel un arnev, evel ur c'hoabrenn o c'holeiń ar vro, te ha da holl vagadoł ha meur a bobl ganit.

10  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: En deiz-se, sońjoł a savo ez kalon, hag ez po divizoł fall.

11  Lavarout a ri: Me a bigno a-enep ar vro hep mogerioł, kouezhań a rin war dud sioul, e surentez en o chomlec'hioł, o vezań o chom holl hep mogerioł, hep prennoł hag hep dorojoł,

12  evit preizhata ha skrapat, evit kas an dorn war ar gouelec'h adpoblet ha war ur bobl dastumet a-douez ar broadoł, a bled gant he zropelloł hag he madoł, hag a zo o chom e-kreiz an douar.

13  Seba ha Dedan, ha marc'hadourien Tarsiz, hag o holl loenedigoł a lavaro dit: Hag e teuez evit preizhata? Hag ec'h eus dastumet da engroez evit skrapat, evit kas ganit arc'hant hag aour, evit tapout loened ha madoł, evit sevel ur breizhenn vras?

14  Setu perak, mab an den, e profedi hag e lavari da C'hog: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: D'an deiz-se, pa vo Israel va fobl o chom e surentez, ha ne ouezi ket?

15  Dont a ri eus da vro e penn an hanternoz, te ha meur a bobl ganit, tud a gezeg holl anezho, un engroez bras hag un arme galloudus.

16  Pignat a ri a-enep va fobl Israel, evel ur c'hoabrenn o c'holeiń ar vro. Bez' e vo en deizioł diwezhań, ma rin dit kerzhout a-enep va bro, evit ma vin anavezet gant ar broadoł, pa vin santelaet drezout dirak o daoulagad.

17  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Ha n'eo ket diwar da benn em eus komzet gwechall, dre va servijerien profeded Israel, o deus profedet neuze e-pad bloavezhioł e rin dit dont a-enep dezho?

18  Met en deiz-se, en deiz ma kerzho Gog a-enep bro Israel, eme an Aotrou AOTROU, va fulor a savo em fri.

19 Hag e lavaran em gwarizi, e tan va c'hounnar: Ya, en deiz-se e vo ur grenadenn vras e bro Israel.

20  Pesked ar mor, laboused an neńvoł, loened ar parkeier, pep stlejvil a ruz war an douar, hag an holl dud a zo war c'horre an douar a greno dirazon. Ar menezioł a vo diskaret, ar reier uhel a gouezho, an holl vogerioł a vo taolet d'an douar.

21  Hag e c'halvin a-enep dezhań ar c'hleze war va holl menezioł, eme an Aotrou AOTROU. Kleze pep hini a droio a-enep e vreur.

22  Hag e varnin anezhań dre ar vosenn ha dre ar gwad, hag e rin d'ar glav kouezhań warnań, war e vagadoł ha war ar pobloł niverus a vo gantań, glav-bil, mein-grizilh, tan ha soufr.

23  Hag e vin meuraet ha santelaet, hag e vin anavezet dirak daoulagad broadoł niverus, hag e ouezint ez on me an AOTROU.

 

Pennad 39

1  Te eta, mab an den, ro da brofediezh ouzh Gog ha lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzhit, Gog, prińs Rosh, Meshek ha Tubal.

2  Da zistreiń a rin, da ren a rin, da lakaat a rin da bignat eus penn an hanternoz, hag e tegasin ac’hanout war venezioł Israel.

3  Hag e torrin da wareg eus da zorn kleiz, hag e rin da'z piroł kouezhań eus da zorn dehou.

4  Kouezhań a ri war venezioł Israel, te ha da holl vagadoł hag ar pobloł a vo ganit. Da roet em eus da voued d'an evned-preizh a bep seurt ha da loened ar parkeier.

5  Kouezhań a ri war c'horre an douar, rak komzet em eus, eme an Aotrou AOTROU.

6  Kas a rin tan e Magog hag e-touez ar re a zo o chom e surentez en inizi, hag e ouezint ez on me an AOTROU.

7  Hag e lakain va anv santel da vezań anavezet e-touez va fobl Israel, ne zisakrin ken va anv santel, hag e ouezo ar broadoł ez on me an AOTROU, Sant Israel.

8  Setu e teu an traoł-se, hag e c'hoarvezont, eme an Aotrou AOTROU. An deiz eo, am eus komzet diwar e benn.

9  Tud kźrioł Israel a yelo er-maez, a enaouo an tan hag a zevo an armoł, ar skoedoł bras, an skoedoł bihan, ar gwaregi, ar biroł, ar goafioł hag al lańsoł, hag e raint tan ganto e-pad seizh vloaz.

10  Ne vo ket degaset koad eus ar parkeier, ne vo ket troc'het koadegoł, rak e raint tan gant an armoł-se. Diwiskań a raint ar re o doa o diwisket, hag e preizhint ar re o doa o freizhet, eme an Aotrou AOTROU.

11  En deiz-se e roin da C'hog ur bez en Israel, Traonienn an Dremenidi, e sav-heol d'ar mor. Eno e vo harzet hent ouzh an dremenidi, hag e vo sebeliet Gog hag e holl engroez, hag e vo galvet Traonienn Engroez Gog.

12  Ti Israel a vezio anezho e-pad seizh miz, evit glanaat ar vro.

13  Holl dud ar vro a vezio anezho, hag e vo brud a gement-se, d'an deiz ma vo roet gloar din, eme an Aotrou AOTROU.

14  Hag e lakaint a-du tud na raint nemet redek ar vro evit beziań, gant sikour an dremenidi, ar re a vo manet war c'horre an douar, evit e c'hlanaat. Hag e vint o klask e-pad seizh miz leun.

15  Tremen a raint er vro, ha pa welo unan anezho eskern un den, e lakaio eno un arouez, ken n'o devo an toullerien-vezioł e sebeliet e Traonienn Engroez Gog.

16  Hag e vo ivez anvet kźr Hamona (= engroez), hag e vo glanaet ar vro.

17  Ha te, mab an den, evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Lavar da laboused a bep rumm, ha da holl loened ar parkeier: En em zastumit ha deuit, en em zastumit a bep tu evit an aberzh a ran evidoc'h, un aberzh bras war venezioł Israel, hag e tebrot kig hag ec'h evot gwad.

18  Kig ar c'halloudeien a zebrot, gwad prińsed an douar a evot, maouted, oaned, bouc'hed, leueoł, holl anezho lartaet e Basan.

19  Druzoni a zebrot betek ma ho po ho kwalc'h, gwad a evot betek ma viot mezv, eus an aberzh a rin evidoc'h.

20  Leuniet e viot ouzh va zaol a gezeg, a sterniadoł, a c'halloudeien, a vrezelourien, eme an Aotrou AOTROU.

21  Hag e lakain va gloar e-touez ar broadoł, hag an holl vroadoł a welo va barnedigezh am bo graet, ha penaos e lakain va dorn warno.

22  Hag e ouezo ti Israel ez on me an AOTROU o Doue, adalek an deiz-se hag en amzer da zont.

23  Hag e ouezo ar broadoł ez eo aet ti Israel en harlu en abeg d'e zireizhder, rak pec'het o deus a-enep din. Dre-se em eus kuzhet va dremm outo, hag em eus o lakaet etre daouarn o enebourien, hag ez int kouezhet holl dre ar c'hleze.

24  Graet em eus dezho hervez o saotradur hag hervez o fec'hedoł, ha kuzhet em eus va dremm outo.

25  Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Bremań e kasin en-dro dalc'hidi Jakob, hag em bo truez eus holl di Israel, hag e vin gwarizius ouzh va anv santel,

26  goude m'o devo douget o dismegańs hag an holl bec'hedoł o deus pec'het drezo em c'heńver, pa oant o chom e surentez en o bro hep den ebet d'o spontań.

27  Pa gasin anezho en-dro a-douez ar pobloł, ha pa zastumin anezho eus broioł o enebourien, e vin santelaet drezo dirak daoulagad kalz a vroadoł.

28  Hag e ouezint ez on me an AOTROU o Doue, pa em bo o degaset d'o bro hep ma chomo hini anezho war-lerc'h, goude ma'z int aet en harlu.

29  Ha ne guzhin ken va dremm outo, rak em bo skuilhet va Spered war di Israel, eme an Aotrou AOTROU.

 

Pennad 40

1  D'ar pempvet bloaz warn-ugent eus hon harlu, da zeroł ar bloaz, d'an dekvet eus ar miz, d'ar pevarzekvet bloaz goude ma oa bet tapet kźr, en deiz-se, dorn an AOTROU a voe warnon, hag e tezougas ac'hanon di.

2  Va degas a reas e gweledigezhioł doueel da vro Israel, hag em lakaas war ur menez uhel-meurbet, ma en em gave warnań ouzh ar c'hreisteiz evel savadurioł ur gźr.

3  Va lakaat a reas da vont e-barzh, ha setu un den, a oa e zoare evel doare an arem. Ur gordenn lin hag ur walenn da vuzuliań a oa en e zorn, hag en em zalc'he ouzh an nor.

4  An den-se a lavaras din: Mab an den, sell gant da zaoulagad, selaou gant da zivskouarn, laka evezh ouzh an holl draoł ez an da ziskouez dit, rak degaset out bet amań evit ma o diskouezin dit. Ro da anavezout da di Israel kement e weli.

5  Setu e oa ur voger a-ziavaez oc'h ober tro glok an ti. An den en doa en e zorn ur walenn da vuzuliań a c'hwec'h ilinad, pep ilinad o vuzuliań ur palvad muioc'h eget an ilinad ordinal (ar walenn-mań ~ 3.6 m). Hag e vuzulias ledander ar voger, a oa ur walenn, hag an uhelder, a oa ur walenn.

6  Hag ez eas etrezek dor ar sav-heol, hag e pignas an derezioł evit muzuliań treuzoł an nor, ur walenn a ledander, hag an treuzoł all, ur walenn a ledander.

7  Pep kambr he doa ur walenn a hirder hag ur walenn a ledander. Etre ar c'hambroł e oa ur pennad a bemp ilinad (~ 3 m). Treuzoł an nor, ouzh borzh an nor, en diabarzh, a vuzulie ur walenn.

8  Hag e vuzulias porzh an nor, en diabarzh, ur walenn.

9  Hag e vuzulias porzh an nor, eizh ilinad (~ 4.8 m), hag he fostoł, daou ilinad (~ 1.2 m), ha porzh an nor a oa war-zu an diabarzh.

10  Kambroł dor ar sav-heol a oa en niver a deir ouzh un tu ha teir ouzh an tu all, gant an hevelep braster evit o zeir, hag ar postoł a bep tu o doa an hevelep muzul.

11  Hag e vuzulias ledander toull an nor, dek ilinad (~ 6 m), hag hirder an nor, trizek ilinad (~ 7.8 m).

12  Dirak ar c'hambroł e oa ur pennad a un ilinad (~ 0.6 m) ouzh an tu, hag un ilinad ouzh an tu all. Pep kambr he doa c'hwec'h ilinad (~ 3.6 m) ouzh un tu ha c'hwec'h ilinad ouzh an tu all.

13  Hag e vuzulias an nor, eus toenn ur gambr da doenn eben, al ledander a oa pemp ilinad warn-ugent (~ 15 m), toull unan a oa a-dal da doull eben.

14  Hag e vuzulias ar postoł, tri ugent ilinad (~ 36 m), e-kichen al leurenn a oa en-dro d'an nor.

15  Eus diaraog an nor-vont betek diaraog porzh an nor diabarzh e oa hanter-kant ilinad (~ 30 m).

16  Bez' e oa prenestroł kaelet ouzh ar c'hambroł hag ouzh o fostoł, en diabarzh eus an nor, tro-dro. Bez' e oa prenestroł ivez ouzh ar porzhioł, tro-dro, en diabarzh. Ha war ar postoł e oa palmezennoł.

17  Hag e kasas ac'hanon d'al leurenn diavaez, ha setu e oa kambroł hag ur pavezad lakaet tro-dro d'al leurenn. Tregont kambr a oa ouzh ar pavezad.

18  Ar pavezad a oa ouzh kostez an dorojoł a glote gant hirder an dorojoł; ar pavezad izelań e oa.

19  Hag e vuzulias al ledander adalek diaraog an nor izelań betek diaraog al leurenn diabarzh, en diavaez, kant ilinad (~ 60 m) ouzh ar sav-heol hag ouzh an hanternoz.

20  Hag e vuzulias hirder ha ledander an nor a selle etrezek hanternoz al leurenn diavaez.

21  He c'hambroł, en niver a deir ouzh un tu ha teir ouzh an tu all, he fostoł hag he forzhioł o doa an hevelep muzul ha re an nor gentań, hanter-kant ilinad (~ 30 m) a hirder ha pemp ilinad warn-ugent (~ 15 m) a ledander.

22  He frenestroł, he forzhioł hag he falmezennoł o doa an hevelep muzul hag an nor a selle etrezek ar sav-heol. Hag e oa seizh derez da bignat eno, ar porzh o vezań dirazo.

23  Dor al leurenn diabarzh en em gave dirak dor an hanternoz hag ar sav-heol. Hag e vuzulias eus un nor d'eben, kant ilinad (~ 60 m).

24  Hag e renas ac'hanon war-zu ar c'hreisteiz, e-lec'h ma oa dor ar c'hreisteiz. Hag e vuzulias he fostoł hag he forzhioł, o doa an hevelep muzulioł.

25  Hag e oa prenestroł outi hag ouzh he forzhioł, tro-dro, heńvel ouzh ar prenestroł diagent. An hirder a oa hanter-kant ilinad (~ 30 m) hag al ledander pemp ilinad warn-ugent (~ 15 m).

26  Hag e oa seizh derez da bignat eno, ar porzh o vezań dirazo. War he fostoł e oa palmezennoł, unan ouzh un tu hag eben ouzh an tu all.

27  Al leurenn diabarzh he doa un nor war-zu ar c'hreisteiz, hag e vuzulias eus un nor d'eben, war-zu ar c'hreisteiz, kant ilinad (~ 60 m).

28  Hag e kasas ac'hanon d'al leurenn diabarzh dre zor ar c'hreisteiz. Hag e vuzulias dor ar c'hreisteiz, hag he doa an hevelep muzulioł.

29  He c'hambroł, he fostoł hag he forzhioł o doa an hevelep muzulioł. Hag e oa prenestroł ouzh an nor-se hag ouzh ar porzhioł, tro-dro. An hirder a oa hanter-kant ilinad (~ 30 m) hag al ledander pemp ilinad warn-ugent (~ 15 m).

30  Hag e oa porzhioł tro-dro, pemp ilinad warn-ugent (~ 15 m) a hirder ha pemp ilinad (~ 3 m) a ledander.

31  He forzhioł a gase d'al leurenn diavaez, war he fostoł e oa palmezennoł, hag e oa eizh derez da bignat eno.

32  Hag e kasas ac'hanon d'al leurenn diabarzh dre zor ar sav-heol. Hag e vuzulias an nor, hag he doa an hevelep muzulioł.

33  He c'hambroł, he fostoł hag he forzhioł o doa an hevelep muzulioł. Hag e oa prenestroł ouzh an nor-se hag ouzh ar porzhioł, tro-dro. An hirder a oa hanter-kant ilinad (~ 30 m) hag al ledander pemp ilinad warn-ugent (~ 15 m).

34  He forzhioł a gase d'al leurenn diavaez, war he fostoł e oa palmezennoł, hag e oa eizh derez da bignat eno.

35 Hag e kasas ac'hanon da zor an hanternoz. Hag e vuzulias anezhi, he doa an hevelep muzulioł,

36  hag he c'hambroł, he fostoł, he forzhioł, hag he frenestroł tro-dro. An hirder a oa hanter-kant ilinad (~ 30 m) hag al ledander pemp ilinad warn-ugent (~ 15 m).

37  He forzhioł a gase d'al leurenn diavaez, war he fostoł e oa palmezennoł, hag e oa eizh derez da bignat eno.

38  Ur gambr a oa hag he dor a zigore ouzh postoł an dorojoł; eno e veze gwalc'het al loskaberzhoł.

39  E porzh an nor e oa div daol ouzh un tu ha div daol ouzh an tu all evit lazhań warno al loskaberzhoł, an aberzh-dic'haouiń hag an aberzh a gablusted.

40  Ouzh an tu diavaez, e-lec'h ma pigne an dud, ouzh toull dor an hanternoz, e oa div daol, hag ouzh an tu all war-zu porzh an nor, e oa div daol.

41  Evel-se en em gave peder zaol ouzh un tu ha peder zaol ouzh an tu all d'an nor, eizh taol evit lazhań warno.

42  Ar beder zaol evit al loskaberzh a oa e mein-ben, un ilinad hanter (~ 90 cm) a hirder, un ilinad hanter a ledander hag un ilinad (~ 60 cm) a uhelder. Lakaet e veze warno ar binvioł evit lazhań al loskaberzhoł hag an aberzhoł all.

43  Krogoł doareet mat, eus ur palvad (~ 9 cm) a ledander, a oa ivez e-barzh an ti tro-dro, ha kig ar profoł a veze lakaet war an taolioł.

44  Er-maez eus an nor diabarzh e oa kambroł ar ganerien, el leurenn diabarzh, ouzh kostez dor an hanternoz o sellout etrezek ar c'hreisteiz. Unan all a oa ouzh kostez dor ar sav-heol o sellout etrezek an hanternoz.

45  Hag e lavaras din: Ar c'hambroł o sellout etrezek ar c'hreisteiz, a zo evit an aberzhourien a ra servij an ti,

46  hag ar c'hambr o sellout etrezek an hanternoz, a zo evit an aberzhourien a ra servij an aoter. Bez' ez int mibien Zadok, eo ar re, a-douez mibien Levi, a dosta ouzh an AOTROU evit servijań anezhań.

47  Hag e vuzulias al leurenn, kant ilinad a hirder (~ 60 m) ha kant ilinad a ledander, ur garrezenn, hag an aoter a oa dirak an ti.

48  Hag e kasas ac'hanon da borzh an ti, hag e vuzulias postoł ar porzh, pemp ilinad (~ 3 m) un tu ha pemp ilinad an tu all. Ledander ar porzh a oa tri ilinad (~ 1.8 m) un tu ha tri ilinad an tu all.

49  Hirder ar porzh a oa ugent ilinad (~ 12 m), e ledander a oa unnek ilinad (~ 6.6 m). Derezioł a oa da bignat eno, hag e-kichen ar postoł e oa kolonennoł, unan ouzh un tu hag eben ouzh an tu all.

 

Pennad 41

1  Hag e kasas ac'hanon d'an templ, hag e vuzulias ar postoł, c'hwec'h ilinad (~ 3.6 m) a ledander ouzh un tu ha c'hwec'h ilinad ouzh an tu all, ledander an deltenn e oa.

2  Ledander toull an nor a oa dek ilinad (~ 6 m); bez' e oa pemp ilinad (~ 3 m) ouzh un tu eus an nor, ha 5 ilinad ouzh an tu all. Hag e vuzulias e hirder, daou-ugent ilinad (~ 24 m), hag e ledander, ugent ilinad (~ 12 m).

3  Hag ez eas e-barzh, hag e vuzulias postoł an nor, daou ilinad (~ 1.2 m), an nor, c'hwec'h ilinad (~ 3.6 m), ha ledander an nor, seizh ilinad (~ 4.2 m).

4  Hag e vuzulias, e diaraog an templ, e hirder, ugent ilinad (~ 12 m), e ledander, ugent ilinad (~ 12 m), hag e lavaras din: Emań Sant ar sent el lec'h-mań.

5  Hag e vuzulias moger an ti, c'hwec'h ilinad (~ 3.6 m), ledander ar c'hambroł-kostez a zo tro-dro d'an ti ouzh an tuoł, pevar ilinad (~ 2.4 m).

6  Ar c'hambroł-kostez a oa war dri estaj, tregont dre estaj. Mont a raent en ur voger savet evit ar c'hambroł-mań tro-dro d'an ti, hag e harpent outi, hep harpań ouzh moger an ti.

7  Muioc'h e save en estajoł ar c'hambroł, muioc'h e teue da vezań ledan ar voger tro-dro, rak e oa ur skalieroł bińsek tro-dro d'an ti. Ledander an ti a oa brasoc'h war-grec'h, hag e pigned eus an estaj izelań d'an estaj uhelań dre an hini kreiz.

8  Hag e welis an uhelenn tro-dro, a oa an ti warni. Diazezoł ar c'hambroł-kostez a oa ur walenn leun, da lavarout eo c'hwec'h ilinad bras (~ 3.6 m).

9  Tevder ar voger diavaez evit ar c'hambroł-kostez a oa pemp ilinad (~ 3 m). Ar pennad etre kambroł-kostez an ti

10  ha ar c'hambroł tro-dro d'an ti a oa ledan a ugent ilinad (~ 12 m) tro-dro.

11  Dorojoł-mont ar c'hambroł-kostez a skoe war-zu ur pennad goullo, un nor ouzh an hanternoz hag un nor ouzh ar c'hreisteiz. Ledander ar pennad goullo a oa pemp ilinad (~ 3.6 m) tro-dro.

12  Ar savadur a oa dirak ar pennad a zisparti, war-zu ar c'huzh-heol, a oa ledan a zek ilinad ha tri-ugent (~ 42 m). Tevder ar voger tro-dro a oa pemp ilinad (~ 3 m), hag hec'h hirder dek ilinad ha pevar-ugent (~ 54 m).

13  Hag e vuzulias an ti, kant ilinad (~ 60 m) a hirder, hag ar pennad a zisparti, ar savadur hag e voger, kant ilinad (~ 60 m) a hirder.

14  Ledander talbenn an ti hag ar pennad a zisparti, war-zu ar sav-heol, a oa kant ilinad (~ 60 m) a hirder.

15  Hag e vuzulias hirder ar savadur dirak ar pennad a zisparti a oa en a-dreńv, hag e bondalezioł a bep tu, kant ilinad (~ 60 m). An templ diabarzh, porzhioł al leurenn,

16  ar postoł, an treuzoł, ar prenestroł kaelet, ar pondalezioł tro-dro, en o zri estaj a-dal d'an treuzoł, a oa goloet gant ul lambrusk-koad tro-dro, adalek an douar betek ar prenestroł. Serret e oa ar prenestroł.

17  A-us d'an nor, en diabarzh an ti hag er-maez, an holl voger, tro-dro en diabarzh hag en diavaez, holl a oa hervez ar muzul.

18  Treset e oa cherubined ha palmezennoł, ur balmezenn e oa etre ur cherubin hag ar cherubin all. Pep cherubin en doa daou zremm,

19  dremm un den war-zu palmezenn un tu ha dremm ul leon yaouank war-zu palmezenn an tu all. Evel-se e oa treset ouzh an ti a-bezh, tro-dro.

20  Adalek an douar betek dreist an nor, e oa cherubined ha palmezennoł treset, hag e oa evel-se ivez war voger an templ.

21  Postoł an templ a oa karrezek, evel talbenn ar santual. Stumm an hini kentań a oa stumm an eil.

22  An aoter-goad a oa uhel a dri ilinad (~ 1.8 m) hag hir a daou ilinad (~ 1.2 m). He c'hornioł, hec'h hed hag he c'hostezioł a oa e koad. Hag e lavaras din: Amań emań an daol a zo dirak an AOTROU.

23  An templ hag ar santual o devoa div zor.

24  Hag an dorojoł o doa daou stalaf a blege, daou stalaf evit un nor ha daou evit an hini all.

25  Treset e oa cherubined ha palmezennoł war zorojoł an templ, evel war ar mogerioł. War dalbenn ar porzh, en diavaez, e oa ur brenn-goad.

26  Hag e oa ivez prenestroł kaelet ha palmezennoł ouzh un tu hag ouzh an tu all eus kostezioł ar porzh, hag ouzh kambroł-kostez an ti, gant prennoł-koad.

 

Pennad 42

1  Hag e kasas ac'hanon er-maez d'al leurenn diavaez, dre hent an hanternoz, hag em c'hasas d'ar c'hambroł a oa dirak ar pennad a zisparti ha dirak ar savadur, ouzh an hanternoz.

2  War an dalbenn ma oa dor an hanternoz, an hirder a oa kant ilinad (~ 60 m); al ledander a oa hanter-kant ilinad (~ 30 m).

3  A-dal d'an ugent ilinad (~ 12 m) eus al leurenn diabarzh, hag a-dal da bavezad al leurenn diavaez, e oa pondalezioł, ur bondalez a-us d'an hini all, war dri estaj.

4  Dirak ar c'hambroł e oa un alez a zek ilinad (~ 6 m) a ledander en diabarzh, hag ur wenodenn eus un ilinad (~ 60 cm). O dorojoł a oa troet ouzh an hanternoz.

5  Ar c'hambroł uhelań a oa bihanoc'h eget ar re izelań hag ar re greiz eus ar savadur, rak ar pondalezioł a lame lec'h diganto.

6  Tri estaj a oa, met ne oa ket kolonennoł evel kolonennoł al leurenn. Setu perak, adalek an douar, an trede estaj a oa enkoc'h eget an estaj izelań hag an estaj kreiz.

7  Ar voger diavaez, a oa e-kichen ar c'hambroł, war-zu al leurenn diavaez, dirak ar c'hambroł, he doa hanter-kant ilinad  (~ 30 m) a hirder,

8  rak hirder ar c'hambroł war al leurenn diavaez a oa hanter-kant ilinad (~ 30 m), met diouzh tu an templ e oa kant ilinad  (~ 60 m).

9  Dindan ar c'hambroł-se e oa an nor-vont ouzh tu ar sav-heol, hag e teued eno eus al leurenn diavaez.

10  War ledander moger al leurenn, war-zu ar sav-heol, e oa kambroł, a-dal d'ar pennad a zisparti ha d'ar savadur.

11  Dirazo e oa un alez, evel dirak ar c'hambroł troet ouzh an hanternoz. An hevelep hirder hag an hevelep ledander he doa; he digoroł, he neuziadur hag he dorojoł a oa heńvel.

12  Evel-se ivez e oa gant dorojoł ar c'hambroł troet ouzh ar c'hreisteiz. E penn an alez, an alez a-dal da voger ar sav-heol, e oa un nor evit mont e-barzh drezi.

13  Hag e lavaras din: Kambroł an hanternoz ha kambroł ar c'hreisteiz, ar re a zo dirak ar pennad a zisparti, eo ar c'hambroł santel; eno, an aberzhourien hag a dosta ouzh an AOTROU a zebro an traoł santel-meurbet. Eno e lakaint an traoł santel-meurbet, an donezonoł, an aberzhoł-dic'haouiń, an aberzhoł a gablusted, rak al lec'h-mań a zo santel.

14  Pa vo deuet an aberzhourien e-barzh, ned aint ket eus al lec'h santel d'al leurenn diavaez, met eno e lezint o dilhad ma reont ar servij ganto, rak santel int, hag e wiskint dilhad all evit tostaat ouzh ar bobl.

15  Goude bezań echuet muzuliań an ti diabarzh, e reas din mont er-maez dre hent dor ar sav-heol, hag e vuzulias a-dro-war-dro.

16  Muzuliań a reas tu ar sav-heol gant ar walenn da vuzuliań, hag e oa pemp kant gwalenn (~ 1.8 km) tro-dro, gant ar walenn da vuzuliań.

17  Hag e vuzulias tu an hanternoz, pemp kant gwalenn (~ 1.8 km) tro-dro, gant ar walenn da vuzuliań.

18  Hag e vuzulias tu ar c'hreisteiz, pemp kant gwalenn (~ 1.8 km), gant ar walenn da vuzuliań.

19  Treiń a reas etrezek tu ar c'huzh-heol, hag e vuzulias pemp kant gwalenn (~ 1.8 km) gant ar walenn da vuzuliań.

20  Hag e vuzulias pevar tu ar voger-dro, pemp kant gwalenn (~ 1.8 km) a hirder ha pemp kant gwalenn (~ 1.8 km) a ledander. Hag e servije da zisrannań al lec'h santel diouzh al lec'h disakr.

 

Pennad 43

1  Hag e renas ac'hanon d'an nor, an nor a selle etrezek ar sav-heol.

2  Ha setu, gloar Doue Israel a zeue eus tu ar sav-heol, e vouezh a oa evel ar vouezh eus kalz a zoureier, hag an douar a lugerne gant e c'hloar.

3  Ar weledigezh am boa neuze a oa heńvel ouzh ar weledigezh am boa bet pa oan deuet da zistrujań ar gźr. Hag ar gweledigezhioł-se am boa bet, a oa evel ar weledigezh am boa bet tost da stźr Kebar.

4  Gloar an AOTROU a yeas e-barzh an ti dre hent an nor a selle etrezek ar sav-heol.

5  Ar Spered am savas hag am c'hasas d'al leurenn diabarzh. Ha setu, gloar an AOTROU a leunie an ti.

6  Hag e klevis unan bennak a gomze ouzhin a-ziabarzh an ti, hag un den en em zalc'he em c'hichen.

7  Hag e lavaras din: Mab an den, amań emań lec'h va zron, lec'h solioł va zreid, ma vin o chom ennań da viken, e-touez mibien Israel. Ti Israel ne saotro ken va anv santel, nag int nag o rouaned, dre o gastaouerezh, na dre gorfoł marv o rouaned war o uhellec'hioł.

8  Lakaet o deus o zreuzoł tost ouzh va zreuzoł, o fostoł tost ouzh va fostoł, ken na voe nemet ur voger etrezon-me hag int. Saotret o deus va anv santel dre an traoł euzhus o deus graet, hag em c'hounnar em eus kuzumet anezho.

9  Bremań e pellaint diouzhin o gastaouerezh ha korfoł marv o rouaned, hag e vin o chom en o zouez da viken.

10  Te, mab an den, diskouez an ti-mań da di Israel, ma vint mezhek eus o holl zireizhderioł, ha ma vuzuilhint ar raktres.

11  Mard int mezhek eus kement o deus graet, ro dezho da anavezout doare an ti, e neuziadur, e doulloł-dor, e zigoroł, e holl zoareennoł, e holl reolennoł, e holl zoareoł, e holl lezennoł. Skriv anezho dindan o daoulagad, evit ma virint e holl zoareennoł hag e holl reolennoł ha ma raint diouto.

12  Setu lezenn an ti: War lein ar menez, e holl dakad bevennet a zo santel-meurbet. Evel-se eo lezenn an ti.

13  Setu amań muzulioł an aoter, en ilinadoł, pep ilinad (~ 60 cm) o vuzuliań ur palvad (~ 9 cm) muioc'h eget an ilinad ordinal (~ 50 cm). He diazez en deus un ilinad a uhelder, un ilinad a ledander, hag ar rizenn war e drolinenn ur rahouennad (~ 30 cm). Evel-se eo sichenn an aoter.

14  Adalek an diazez war an douar betek ar framm izelań ez eus daou ilinad (~ 1.2 m), hag al ledander a zo un ilinad (~ 0.6 m). Adalek ar framm bihan betek ar framm bras ez eus pevar ilinad (~ 2.4 m), hag al ledander a zo un ilinad (~ 0.6 m).

15  Krec'h an oaled en deus pevar ilinad (~ 2.4 m), ha diouzh an oaled e sav pevar c'horn.

16  Oaled an aoter he deus daouzek ilinad (~ 7.2 m) a hirder ha daouzek ilinad a ledander, ur c'harrez peurvat e oa dre he fevar c'hostez.

17  Ar framm en deus pevarzek ilinad (~ 8.4 m) a hirder ha pevarzek ilinad a ledander war e bevar c'hostez. Ar rizenn en-dro he deus un hanter ilinad (~ 30 cm), hag an diazez un ilinad (~ 60 cm) tro-dro. An derezioł a zo troet ouzh ar reter.

18  Hag e lavaras din: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu amań ar reolennoł diwar-benn an aoter d'an deiz ma vo graet, evit ma vo kinniget loskaberzhoł ha ma vo sparfet gwad warni.

19  Hag e roi ur c'hole yaouank evel aberzh-dic'haouiń d'an aberzhourien, al Levited a zo eus gouenn Zadok hag a dosta ouzhin evit va servijań, eme an Aotrou AOTROU.

20  Hag e kemeri eus e wad, a lakai war he fevar c'horn, war bevar c'hogn ar framm ha war ar rizenn tro-dro. Evel-se e c'hlanai anezhi hag e ri an dic'haou eviti.

21  Hag e kemeri ar c'hole evit an aberzh-dic'haouiń, hag e vo devet el lec'h lakaet a-du evit-se en ti, er-maez eus ar santual.

22  D'an eil deiz e kinnigi ur bouc'h eus ar givri, disi, evel aberzh-dic'haouiń. Hag e vo glanaet an aoter evel ma vo bet glanaet gant ar c'hole.

23  Pa ez po echuet glanaat anezhi, e kinnigi ur c'hole yaouank disi, hag un tourz eus an tropell, disi.

24  O c'hinnig a ri dirak an AOTROU; an aberzhourien a daolo holen warno, hag a ginnigo anezho evel loskaberzh d'an AOTROU.

25  E-pad seizh devezh ec'h aberzhi bemdez ur bouc'h evel aberzh-dic'haouiń. Hag e vo aberzhet ivez ur c'hole yaouank hag un tourz eus an tropell, disi.

26  E-pad seizh devezh e ri an dic'haou evit an aoter hag e c'hlanai anezhi, hag e vo kensakret.

27  Pa vo tremenet an devezhioł-se, adalek an eizhvet deiz ha da c'houde, pa aberzho an aberzhourien o loskaberzhoł hag o aberzhoł a drugarekadennoł war an aoter-mań, me a vo a-du ganeoc'h, eme an Aotrou AOTROU.

 

Pennad 44

1  Hag e tegasas ac'hanon en-dro etrezek dor diavaez ar santual, hini ar sav-heol, ha serret e oa.

2  An AOTROU a lavaras din: An nor-mań a vo serret ha ne vo ket digoret, den ne zeuio drezi, rak an Aotrou Doue Israel a zo aet drezi. Chom a raio serret.

3  Ar prińs hepken, evel m'eo prińs, a c'hello azezań enni da zebriń bara dirak an AOTROU. Mont a raio dre hent porzh an nor-mań, hag e yelo er-maez dre an hevelep hent.

4  Hag e kasas ac'hanon etrezek dor an hanternoz, dirak an ti. Hag e sellis, ha setu, gloar an AOTROU a leunie ti an AOTROU, hag e kouezhis war va dremm.

5  An AOTROU a lavaras din: Mab an den, taol evezh, sell gant da zaoulagad, selaou gant da zivskouarn kement ez an da lavarout dit diwar-benn holl reolennoł ti an AOTROU hag e holl lezennoł. Ha taol evezh ouzh digor an ti hag ouzh holl doulloł-dor ar santual.

6  Hag e lavari d'ar re zisent, da di Israel: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Ti Israel, a-walc'h gant hoc'h holl euzhusterioł!

7  Lakaet hoc'h eus mibien an diavaezidi, tud diamdroc'h a galon ha diamdroc'h a gig, da zont e-barzh va santual ha da saotrań va zi, kinniget hoc'h eus va bara, al lard hag ar gwad, torret hoc'h eus va emglev gant hoc'h holl euzhusterioł.

8  N'hoc'h eus ket miret servij va santual, met lakaet hoc'h eus mirerien all evit va servij em santual.

9  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Mab diavaeziek ebet, diamdroc'h a galon ha diamdroc'h a gig, ned aio em santual, hini ebet eus mibien an diavaezidi a zo e-touez mibien Israel.

10  Hag al Levited, o deus pellaet diouzhin pa ziheńche Israel hag o deus diheńchet diouzhin evit heuliań o idoloł, a zougo o direizhder.

11  Koulskoude e vint servijerien em santual, evit eveshaat ouzh dorojoł an ti ha servijań en ti: lazhań a raint evit ar bobl al loskaberzh hag an aberzhoł all, hag en em zalc'hint dirazo da servijań anezho.

12  Peogwir o deus servijet anezho dirak o idoloł, hag o deus graet da di Israel kouezhań en direizhder, en abeg da-se em eus savet va dorn en o enep, eme an Aotrou AOTROU, hag e tougint o direizhder.

13  Ne dostaint ket ouzhin evel aberzhour din, ne dostaint ket ouzh va zraoł santel el lec'hioł santel-meurbet, met e tougint o dismegańs hag o euzhusterioł o deus graet.

14  O lakaat a rin da virout servij va zi, evit al labourioł hag an holl bezh a vo d'ober ennań.

15  Met an aberzhourien Levited, mibien Zadok, o deus miret servij va santual, pa o deus diheńchet diouzhin mibien Israel, int a dostaio ouzhin evit va servijań hag en em zalc'ho dirazon evit kinnig din lard ha gwad, eme an Aotrou AOTROU.

16  Int a zeuio em santual hag a dostaio ouzh va zaol evit va servijań, hag e virint va servij.

17  Pa zeuint e-barzh dre zorojoł al leurenn diabarzh, e wiskint dilhad lin. N'o devo ket a c'hloan warno e-pad ma servijint ouzh dorojoł al leurenn diabarzh hag e-barzh an ti.

18  Tulbanoł lin o devo war o fenn, ha brageier lin war o divgroazell; n'en em c'hourizint ket en abeg d'ar c'hwez.

19  Pa'z aint d'al leurenn diavaez, d'al leurenn diavaez etrezek ar bobl, e tiwiskint o dilhad ma o deus servijet ganto, hag o lakaint er c'hambroł santel, hag e wiskint dilhad all, evit na santelaint ket ar bobl gant o dilhad.

20  Ne douzint ket o fenn, ha ne lezint ket o blev da greskiń, met e troc'hint o blev.

21  Aberzhour ebet ne evo gwin pa'z aio d'al leurenn diabarzh.

22  Ne gemerint ket da wreg un intańvez, nag unan gaset kuit, met e kemerint gwerc'hezed eus gouenn ti Israel, pe un intańvez a oa bet d'un aberzhour diagent.

23  Hag e kelennint da'm fobl an diforc'h etre sakr ha disakr, hag e roint dezho da ziverzout an dic'hlan diouzh ar glan.

24  Pa c'hoarvezo un tabut bennak, en em zalc'hint d'ar varn, hag e varnint hervez va barnedigezhioł. Hag e virint va lezennoł ha va reolennoł em holl c'houelioł, hag e santelaint va deizioł sabad.

25  Ned aint ket etrezek un den marv, en aon da vezań saotret, met e c'hellint en em saotrań evit un tad, ur vamm, ur mab, ur verc'h, ur breur, ur c'hoar n'he devo bet pried ebet.

26  Goude bezań bet glanaet, e vo kontet dezhań seizh devezh.

27  D'an deiz ma'z aio d'ar santual, d'al leurenn diabarzh evit ober ar servij er santual, e kinnigo e aberzh-dic'haouiń, eme an Aotrou AOTROU.

28  Hag o devo un hźrezh: Me eo o hźrezh. Ne roiot dalc'h ebet dezho en Israel, Me eo o dalc'h.

29  Debriń a raint an donezonoł, an aberzhoł-dic'haouiń hag an aberzhoł a gablusted; kement tra lakaet da verz en Israel a vo dezho.

30  Frouezh kentań eus an holl rummoł hag eus an holl brofoł savet, a bep seurt, a vo d'an aberzhourien. Hag e roiot d'an aberzhourien lodenn gentań ho toaz, evit ma chomo ar vennozh war ho ti.

31  An aberzhourien ne zebrint ket ar c'hig eus ul loen marvet anezhań e-unan pe diframmet, labous pe pevarzroadeg.

 

Pennad 45

1  Pa rannot dre ar sord ar vro evel hźrezh, e savot evel ur prof d'an AOTROU, ul lodenn eus ar vro a vo santel: pemp mil warn-ugent ilinad (~ 15 km) a hirder, ha dek mil (~ 6 km) a ledander. Santel e vo en hec'h holl astennidigezh.

2  Enni e vo evit ar santual ur c'harrez a bemp kant (~ 300 m) war bemp kant, hag ur pennad frank tro-dro a hanter-kant ilinad (~ 30 m).

3  Diwar ar muzulioł-mań, e vuzuilhi un hirder a bemp mil warn-ugent hag ul ledander a dek mil, hag eno e vo ar santual hag al lec'h santel-meurbet.

4  Homań a vo lodenn santel ar vro evit an aberzhourien, bez' e vo da servijerien ar santual, a dosta ouzh an AOTROU evit servijań anezhań. Ul lec'h e vo evit o ziez, hag ul lec'h santel evit ar santual.

5  Ar pemp mil warn-ugent a hirder war zek mil a ledander a vo d'al Levited a ra servij an ti, evel o dalc'h, gant ugent kambr.

6  Hag e kemerot evel domani-kźr pemp mil a ledander war bemp mil warn-ugent a hirder, a-hed al lodenn santel savet. Evit holl di Israel e vo.

7  Evit ar prińs e virot ul lodenn, ouzh an daou du eus al lodenn santel savet hag eus an domani-kźr, a-dal d'al lodenn santel savet ha d'an domani-kźr, ouzh tu ar c'huzh-heol etrezek ar c'huzh-heol, ouzh tu ar sav-heol etrezek ar sav-heol, war un hirder a-geńver da unan eus al lodennoł, adalek harz ar c'huzh-heol betek harz ar sav-heol.

8  E zouar e vo, e berzh en Israel, ha va frińsed ne waskint ken va fobl. Hag e lezint ar vro da di Israel, hervez e veuriadoł.

9  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Prińsed Israel, a-walc'h! Lamit kuit an taerder hag ar skraperezh, grit hervez ar barnedigezhioł hag ar reizhder, tennit ho preizherezh diwar va fobl, eme an Aotrou AOTROU.

10  Ra vo reizh ar valańs, ha ra vo reizh an efa, reizh ar bat.

11  An efa (~ 30 l) hag ar bat (~ 30 l) o devo an hevelep muzul: ar bat a zalc'ho un dekvedenn eus un homer, hag an efa un dekvedenn eus un homer; diouzh an homer (~ 300 l) e vo o muzul.

12  Ar sikl (~ 10 g) a vo ugent gera (~ 0.5 g), hag ar vinenn (~ 600 g) a vo evidoc'h ugent sikl, pemp sikl warn-ugent ha pemzek sikl.

13  Setu amań ar prof savet a ginnigot: ur c'hwec'hvedenn eus un efa dre homer ed, hag ur c'hwec'hvedenn eus un efa dre homer heiz.

14  Ha setu ar reolenn evit an eoul, evit ur bat a eoul: un dekvedenn eus ur bat dre bep kor (~ 300 l), a zo dek bat pe un homer, rak dek bat a ra un homer.

15  Hag un oan eus an tropell diwar daou c'hant, eus peurvanoł druz Israel, evit un donezon, evit ul loskaberzh, hag evit un aberzh a drugarekadennoł, d'ober dic'haou evito, eme an Aotrou AOTROU.

16  Holl bobl ar vro a vo rediet d'ar prof savet-se evit prińs Israel.

17  Met ret e vo d'ar prińs da reiń al loskaberzhoł, an donezonoł, an evadkinnigoł, evit al lidoł, al loarioł nevez, an deizioł sabad, evit holl c'houelioł ti Israel. Kinnig a raio an aberzh-dic'haouiń, an donezon, al loskaberzh hag an aberzh a drugarekadennoł, d'ober dic'haou evit ti Israel.

18  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: D'ar c'hentań miz, d'ar c'hentań deiz eus ar miz, e kemeri ur c'hole yaouank disi, evit glanaat ar santual.

19  An aberzhour a gemero eus gwad an aberzh-dic'haouiń, hag en lakaio war bostoł an ti, war bevar c'horn framm an aoter, ha war bostoł dor al leurenn diabarzh.

20  Ober a ri er memes doare d'ar seizhvet deiz eus ar miz, evit ar re o devo pec'het diratozh pe dre zievezh. Evel-se e ri dic'haou evit an ti.

21  D'ar c'hentań miz, d'ar pevarzekvet deiz eus ar miz, e vo ar Pask: Ar gouel a bado seizh devezh, hag e vo debret bara hep goell.

22  En deiz-se, ar prińs a ginnigo evitań hag evit holl bobl ar vro ur c'hole evel aberzh-dic'haouiń.

23  E-pad ar seizh devezh eus ar gouel-mań, e kinnigo evel loskaberzh d'an AOTROU seizh kole ha seizh tourz, disi, bemdez, e-pad ar seizh devezh, hag ivez ur menn-gavr, bemdez, evel aberzh-dic'haouiń.

24  Hag e kinnigo evel donezon un efa (~ 30 l) a vleud dre gole, un efa dre dourz, hag un hin (~ 6 l) a eoul dre efa.

25  D'ar seizhvet miz, d'ar pemzekvet deiz eus ar miz, d'ar gouel, e kinnigo e-pad seizh deiz an hevelep traoł, diwar-benn an aberzh-dic'haouiń, diwar-benn al loskaberzh, diwar-benn an donezon, ha diwar-benn an eoul.

 

Pennad 46

1  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Dor al leurenn diabarzh, an hini a sell etrezek ar sav-heol, a vo serret e-pad ar c'hwec'h devezh labour, met digoret e vo d'an deiz sabad, ha digoret e vo da zeiz al loar nevez.

2  Ar prińs a yelo e-barzh dre hent porzh an nor diavaez, hag en em zalc'ho e-kichen post an nor, e-pad ma kinnigo an aberzhourien e loskaberzh hag e aberzhoł a drugarekadennoł. Hag ec'h azeulo war dreuzoł an nor, hag ez aio kuit, met an nor ne vo ket serret betek an abardaez.

3  Pobl ar vro a azeulo an AOTROU ouzh toull an nor-se da zeizioł ar sabad ha d'al loarioł nevez

4  Al loskaberzh a ginnigo ar prińs d'an AOTROU d'an deiz sabad a vo c'hwec'h oan disi hag un tourz disi,

5  hag e zonezon a vo un efa (~ 30 l) dre dourz, e zonezon evit an oaned a vo evel ma c'hello reiń, gant un hin (~ 6 l) a eoul dre efa.

6  Da zeiz al loar nevez e kinnigo ur c'hole yaouank disi, c'hwec'h oan hag un tourz, a vo disi,

7  hag e kinnigo evel donezon un efa dre gole, un efa dre dourz, evit an oaned evel ma c'hello reiń, gant un hin (~ 6 l) a eoul dre efa.

8  Pa'z aio ar prińs e-barzh, e yelo e-barzh dre hent porzh an nor, hag ez aio kuit dre an hevelep hent.

9  Met pa'z aio pobl ar vro dirak an AOTROU evit ar gouelioł, an hini a yelo e-barzh dre hent dor an hanternoz evit azeuliń a yelo kuit dre hent dor ar c'hreisteiz, hag an hini a yelo e-barzh dre hent dor ar c'hreisteiz a yelo kuit dre hent dor an hanternoz, ne zistroio ket dre hent an nor ma oa aet e-barzh drezi, met ez aio kuit dre an hini rag-enep.

10  Ar prińs a yelo e-barzh en o zouez pa'z aint e-barzh. Ha pa'z aint kuit, e yelo ivez.

11  D'al lidoł ha d'ar gouelioł, an donezon a vo un efa (~ 30 l) dre gole, un efa dre dourz, hag evit an oaned evel ma c'hello reiń, gant un hin (~ 6 l) a eoul dre efa.

12  Mar kinnig ar prińs ul loskaberzh a volontez vat pe aberzhoł a drugarekadennoł a volontez vat d'an AOTROU, e vo digoret dezhań an nor a sell etrezek ar sav-heol, hag e kinnigo e loskaberzh hag e aberzhoł a drugarekadennoł evel ma ra d'an deiz sabad. Hag ez aio kuit, ha pa vo aet er-maez e vo serret an nor.

13  Bemdez e kinnigi ul loskaberzh d'an AOTROU, un oan eus ur bloaz, disi. E ginnig a ri bep beure.

14  Kinnig a ri ivez gantań un donezon bep beure, ur c'hwec'hvedenn eus un efa (1/6 efa ~ 5 l), hag un drederenn eus un hin (1/3 hin ~ 2 l) eoul evit mezań ar flour bleud. Un donezon d'an AOTROU eo, da viken, ur reolenn beurbad.

15  Kinniget e vo an oan, an donezon hag an eoul bep beure, evel ul loskaberzh peurbad.

16  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Pa raio ar prińs ur prof diwar e hźrezh da unan eus e vibien, kement-se a vo d'e vibien, o dalc'h a vo evel hźrezh.

17  Met mar ra ur prof diwar e hźrezh da unan eus e servijerien, kement-se a vo dezhań betek bloavezh ar frankiz, hag e tistroio d'ar prińs. E hźrezh a vo nemet d'e vibien, chom a raio ganto.

18  Ar prińs ne gemero netra diwar hźrezh ar bobl o diwiskań anezho eus o dalc'h. Diwar e zalc'h eo e roio un hźrezh d'e vibien, evit na vo den ebet eus va fobl kaset kuit eus e dalc'h.

19  Hag e kasas ac'hanon dre an digor a oa ouzh kostez an nor, da gambroł santel an aberzhourien, etrezek an hanternoz. Ha setu e oa ul lec'h er fońs etrezek ar c'huzh-heol.

20  Hag e lavaras din: Amań emań al lec'h ma lakaio an aberzhourien da virviń kig an aberzhoł a gablusted hag an aberzhoł-dic'haouiń, ha ma lakaint da boazhań an donezonoł, evit na gasint ket anezho d'al leurenn diavaez ha na santelaint ket ar bobl.

21  Hag e kasas ac'hanon er-maez d'al leurenn diavaez, hag e reas din tremen dre bevar c'horn al leurenn. Ha setu, e oa ul leurennig e pep korn eus al leurenn.

22  E pevar c'horn al leurenn e oa leurennołigoł kloz, a zaou-ugent ilinad (~ 24 m) a hirder ha tregont (~ 18 m) a ledander. O fevar holl o doa an hevelep muzul, er c'hornioł.

23  Ur voger tro-dro a gloze anezho o-fevar, ha dindan ar mogerioł, tro-dro, e oa graet oaledoł.

24  Hag e lavaras din: Amań emań ar c'heginoł, e-lec'h ma vo lakaet da virviń gant servijerien an ti aberzhoł ar bobl.

 

Pennad 47

1  Hag e kasas ac'hanon en-dro da zor an ti. Ha setu, dour a zeue er-maez a-zindan treuzoł an ti ouzh ar sav-heol, rak talbenn an ti a selle etrezek ar sav-heol, hag an dour a ziskenne a-zindan kostez dehou an ti, er c'hreisteiz d'an aoter.

2  Hag e kasas ac'hanon er-maez dre zor an hanternoz, hag e reas din treiń dre an hent diavaez betek an nor diavaez, war an hent a selle etrezek ar sav-heol. Ha setu, an dour a rede eus ar c'hostez dehou.

3  Pa'z eas an den war-raok war-zu ar sav-heol, e talc'he en e zorn ur gordenn, hag e vuzulias mil ilinad (~ 600 m), hag e reas din tremen a-dreuz an dour: an dour a zeue betek va daouufern.

4  Hag e vuzulias c'hoazh mil ilinad, hag e reas din tremen a-dreuz an dour: an dour a zeue betek va daoulin. Hag e vuzulias c'hoazh mil, hag e reas din tremen a-dreuz an dour, a zeue betek va divgroazell.

5  Hag e vuzulias c'hoazh mil, hag e oa ur froud na c'hellen ket treuziń, rak an doureier o doa kresket, hag e oa ret neuńviń; ar froud na c'helled ket treuziń.

6  Neuze e lavaras din: Mab an den, ha gwelet ec'h eus? Hag e renas ac'hanon war ribl ar froud.

7  Pa oan deuet en-dro, setu, war an daou ribl eus ar froud e oa kalz a wez.

8  Hag e lavaras din: An doureier-se a ya da rannvro ar sav-heol, hag e tiskennint er blaenenn, hag ez aint er mor. Pa vint en em daolet er mor, e zoureier a zeuio da vezań yac'h.

9  Pep boud bev a fińv a vevo en holl lec'hioł ma redo an daou froud, hag e vo kalz a besked. Pa zeuio ar froud, yac'haet e vo an doureier, ha pep tra a vevo e-lec'h ma redo.

10  Pesketaerien en em zalc'ho war ar ribloł, hag e vo stegnet rouedoł adalek En-Gedi betek En-Eglaim. Ar pesked a vo hervez o rumm, evel pesked ar Mor Bras, gwall-niverus.

11  E baludoł hag e boulloł ne vint ket yac'haet, lezet e vint evit an holen.

12  E-kichen ar froud-se, war e ribloł, ouzh an daou du, e kresko gwez-frouezh a bep seurt, na weńvo ket o delioł ha na baouezo ket o frouezh. Bep miz e roint frouezh nevez, rak e teuio an doureier eus ar santual. O frouezh a vo ur boued hag o delioł a vo louzeier.

13  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu harzoł ar vro en devo daouzek meuriad Israel da hźrezh; Jozef en devo div lodenn.

14  Hoc'h hźrezh a vo deoc'h, d'an eil ha da egile, savet em eus va dorn he reiń d'ho tadoł, hag e kouezho ar vro-se en hźrezh deoc'h.

15  Setu harzoł ar vro ouzh tu an hanternoz: Adalek ar Mor Bras, hent Hetlon betek Zedad,

16  Hamad, Berota, Sibraim, a zo etre harz Damask hag harz Hamad, Hazer-Hattikon etrezek harz Havran.

17  An harz a vo adalek ar mor e Hazar-Enan, harz Damask, an hanternoz tre, hag harz Hamad. Setu kostez an hanternoz.

18  Ouzh tu ar sav-heol: Adalek etre Havran, Damask, Galaad ha bro Israel, ar Jordan. Muzuliań a reot adalek harz an hanternoz betek Mor ar Sav-heol. Setu kostez ar sav-heol.

19  Ouzh tu ar c'hreisteiz: Ouzh ar c'hreisteiz, adalek Tamar betek doureier Meriba e Kadesh, a-hed ar froud betek ar Mor Bras. Setu kostez ar c'hreisteiz.

20  Ouzh tu ar c'huzh-heol: Ar Mor Bras, adalek harz ar c'hreisteiz betek digor Hamad. Setu kostez ar c'huzh-heol.

21  Hag e lodennot ar vro-se etrezoc'h, hervez meuriadoł Israel.

22  He lodennań a reot dre ar sord, evidoc'h hag evit an diavaezidi o chom en ho touez hag a vo tad da vibien en ho touez. Bez' e vint evidoc'h evel an henvroidi e-touez mibien Israel, hag o devo un hźrezh ganeoc'h e-touez meuriadoł Israel.

23  Hag e roiot d'an diavaeziad e hźrezh er meuriad a vo o chom ennań, eme an Aotrou AOTROU.

 

Pennad 48

1  Setu anvioł ar meuriadoł: Adalek penn an hanternoz, a-hed hent Hetlon, betek digor Hamad, Hazar-Enan, harz Damask war-zu an hanternoz, war vevenn Hamad, eus ar sav-heol d'ar c'huzh-heol, e vo lodenn Dan.

2  Ouzh harz Dan, eus ar sav-heol d'ar c'huzh-heol, e vo lodenn Aser.

3  Ouzh harz Aser, eus ar sav-heol d'ar c'huzh-heol, e vo lodenn Neftali.

4  Ouzh harz Neftali, eus ar sav-heol d'ar c'huzh-heol, e vo lodenn Vanase.

5  Ouzh harz Manase, eus ar sav-heol d'ar c'huzh-heol, e vo lodenn Efraim.

6  Ouzh harz Efraim, eus ar sav-heol d'ar c'huzh-heol, e vo lodenn Ruben.

7  Ouzh harz Ruben, eus ar sav-heol d'ar c'huzh-heol, e vo lodenn Juda.

8  Ouzh harz Juda, eus ar sav-heol d'ar c'huzh-heol, e vo al lodenn savet a ginnigot: pemp mil warn-ugent ilinad (~ 15 km) a ledander, hag an hirder evel unan al lodennoł eus ar sav-heol d'ar c'huzh-heol. Ar santual a vo en he c'hreiz.

9  Al lodenn a savot evel ur prof d'an AOTROU en devo pemp mil warn-ugent ilinad (~ 15 km) a hirder, ha dek mil (~ 6 km) a ledander.

10  Al lodenn santel savet-mań a vo evito, evit an aberzhourien: pemp mil warn-ugent ouzh an hanternoz, dek mil a ledander ouzh ar c'huzh-heol, dek mil ouzh ar sav-heol, pemp mil warn-ugent ouzh ar c'hreisteiz. Santual an AOTROU a vo en he c'hreiz.

11  D'an aberzhourien santelaet e vo, da vibien Zadok, ar re o deus miret va servij ha n'o deus ket diheńchet, pa ziheńche mibien Israel evel ma tiheńche al Levited.

12  Dezho e vo ul lodenn savet diwar al lodenn savet diaraok diwar ar vro, ul lodenn santel-meurbet, a-hed harz al Levited.

13  Ouzh harz an aberzhourien, al Levited o devo pemp mil warn-ugent ilinad (~ 15 km) a hirder, ha dek mil (~ 6 km) a ledander. An holl hirder a vo pemp mil warn-ugent, hag al led a vo dek mil.

14  Ne werzhint ha ne eskemmint netra diouti, frouezh kentań ar vro ne vint ket douget eno, rak un dra santel eo evit an AOTROU.

15  Ar pemp mil (~ 3 km) a chomo e ledander, diwar ar pemp mil warn-ugent, a vo ul lec'h boutin evit kźr, evit he chomlec'hioł hag evit he fabourzioł. Kźr a vo er c'hreiz.

16  Ha setu he muzulioł: kostez an hanternoz, pevar mil pemp kant (~ 2.7 km); kostez ar c'hreisteiz, pevar mil pemp kant; kostez ar sav-heol, pevar mil pemp kant; kostez ar c'huzh-heol, pevar mil pemp kant.

17  Fabourzioł kźr o devo ouzh an hanternoz daou-c'hant hanter-kant (~ 150 m), ouzh ar c'hreisteiz daou-c'hant hanter-kant, ouzh ar sav-heol daou-c'hant hanter-kant, ouzh ar c'huzh-heol daou-c'hant hanter-kant.

18  Ar pezh a chomo war an hirder a-hed al lodenn savet diwar al lodenn santel, en devo dek mil (~ 6 km) ouzh tu ar sav-heol ha dek mil ouzh tu ar c'huzh-heol. Hag e vo a-hed al lodenn savet diwar al lodenn santel, ha leve an daou bennad-se a vo ar boued evit ar re a labouro e kźr.

19  Ar re a labouro e kźr, a-douez holl veuriadoł Israel, a labouro er pennadoł-se.

20  An holl lodenn savet he devo pemp mil warn-ugent war bemp mil warn-ugent. Ur c'harrez e vo al lodenn savet, oc'h enderc'hel domani kźr.

21  An nemorant a vo evit ar prińs, d'an daou du d'al lodenn savet santel ha da zomani kźr, a-hed ar pemp mil warn-ugent eus al lodenn savet betek harz ar sav-heol, ha war-zu ar c'huzh-heol a-hed ar pemp mil warn-ugent betek harz ar c'huzh-heol, a-hed al lodennoł, evit ar prińs; al lodenn savet santel ha santual an ti a vo er c'hreiz.

22  Evel-se, d'ar prińs e vo ar pezh en em gavo etre harz Juda hag harz Benjamin, nemet domani al Levited ha domani kźr, a vo e-kreiz domani ar prińs.

23  Ha setu evit nemorant ar meuriadoł. Eus ar sav-heol d'ar c'huzh-heol, e vo lodenn Venjamin.

24  Ouzh harz Benjamin, eus ar sav-heol d'ar c'huzh-heol, e vo lodenn Simeon.

25  Ouzh harz Simeon, eus ar sav-heol d'ar c'huzh-heol, e vo lodenn Isakar.

26  Ouzh harz Isakar, eus ar sav-heol d'ar c'huzh-heol, e vo lodenn Zabulon.

27  Ouzh harz Zabulon, eus ar sav-heol d'ar c'huzh-heol, e vo lodenn C'had.

28  Ouzh harz Gad, war-zu ar c'hreisteiz: Ouzh ar c'hreisteiz, an harz a vo adalek Tamar betek doureier Meriba e Kadesh, a-hed ar froud betek ar Mor Bras.

29  Honnezh eo ar vro a lodennot dre ar sord en hźrezh da veuriadoł Israel, hag ar re-se eo o lodennoł, eme an Aotrou AOTROU.

30  Setu amań monedigezhioł kźr: Ouzh tu an hanternoz, ar muzul a vo pevar mil pemp kant ilinad (~ 2.7 km),

31  ha dorojoł kźr a vo anvet hervez meuriadoł Israel: teir dor ouzh an hanternoz, unan anvet dor Ruben, unan anvet dor Juda, unan anvet dor Levi.

32  Ouzh tu ar sav-heol, pevar mil pemp kant, ha teir dor, unan anvet dor Jozef, unan anvet dor Venjamin, unan anvet dor Zan.

33  Ouzh tu ar c'hreisteiz, pevar mil pemp kant, ha teir dor, unan anvet dor Simeon, unan anvet dor Isakar, unan anvet dor Zabulon.

34  Ouzh tu ar c'huzh-heol, pevar mil pemp kant, ha teir dor, unan anvet dor C'had, unan anvet dor Aser, unan anvet dor Neftali.

35  An dro he devo triwec'h mil ilinad (~ 10.8 km), hag adalek hiziv, anv kźr a vo: An AOTROU a zo amań.