LEVR KENTAŃ MOIZEZ, ANVET

AR C'HENELIEZH

 

Pennad 1

Ar grouidigezh

1  Er penn-kentań, Doue a grouas an neńvoł hag an douar.

2  An douar a oa deuet dizoare ha goullo, an deńvalijenn a oa war c'horre an donder, ha Spered Doue a fińve dreist an doureier.

3  Doue a lavaras: Ra vo ar sklźrijenn. Hag ar sklźrijenn a voe.

4  Doue a welas e oa mat ar sklźrijenn, ha Doue a zispartias ar sklźrijenn diouzh an deńvalijenn.

5  Doue a c'halvas ar sklźrijenn deiz, hag an deńvalijenn noz. Hag un abardaez, hag ur beure, a voe an deiz kentań.

6  Doue a lavaras: Ra vo un astennidigezh etre an doureier, ma tispartio an doureier diouzh an doureier.

7  Doue a reas an astennidigezh hag a zispartias an doureier a zo dindan an astennidigezh diouzh ar re a zo dreist an astennidigezh. Hag evel-se e voe.

8  Doue a c'halvas an astennidigezh neńvoł. Hag un abardaez, hag ur beure, a voe an eil deiz.

9  Doue a lavaras: Ra en em zastumo an doureier a zo dindan an neńvoł en ul lec'h hepken, ma en em ziskouezo ar sec'h. Hag evel-se e voe.

10  Doue a c'halvas ar sec'h douar, ha dastumadeg an doureier morioł. Doue a welas e oa mat kement-se.

11  Doue a lavaras: Ra broduo an douar glasvez, geot o tougen had, gwez-frouezh o tougen o frouezh hervez o rumm hag o devo o had enno o-unan war an douar. Hag evel-se e voe.

12  An douar a broduas glasvez, geot o tougen o had hervez o rumm, gwez o tougen frouezh hag o doa o had enno o-unan hervez o rumm. Doue a welas e oa mat kement-se.

13  Hag un abardaez, hag ur beure, a voe an trede deiz.

14  Doue a lavaras: Ra vo goulaouennoł en astennidigezh an neńvoł evit dispartiań an deiz diouzh an noz; ra vint sinoł evit an amzerioł, evit an deizioł hag evit ar bloavezhioł;

15  ra vint goulaouennoł en astennidigezh an neńvoł evit sklźrijennań an douar. Hag evel-se e voe.

16  Doue a reas an div c'houlaouenn vras: ar c'houlaouenn vrasań evit ren war an deiz, hag ar c'houlaouenn vihanań evit ren war an noz. Ober a reas ivez ar stered.

17  Doue a lakaas anezho en astennidigezh an neńvoł evit sklźrijennań an douar,

18  evit ren war an deiz ha war an noz, hag evit dispartiań ar sklźrijenn diouzh an deńvalijenn. Doue a welas e oa mat kement-se.

19  Hag un abardaez, hag ur beure, a voe ar pevare deiz.

20  Doue a lavaras: Ra broduo an doureier boudoł bev a-fonn, ha ra nijo laboused a-us d'an douar war-zu astennidigezh an neńvoł.

21  Doue a grouas ar pesked bras hag an holl voudoł bev a fińv a broduas an doureier gant fonnder hervez o rumm, ha pep labous askellek hervez e rumm. Doue a welas e oa mat kement-se.

22  Doue o bennigas, o lavarout: Bezit frouezhus, kreskit ha leugnit doureier ar morioł, ha ra gresko al laboused war an douar.

23  Hag un abardaez, hag ur beure, a voe ar pempvet deiz.

24  Doue a lavaras: Ra broduo an douar boudoł bev hervez o rumm, chatal, stlejviled hag anevaled douarek hervez o rumm. Hag evel-se e voe.

25  Doue a reas anevaled an douar hervez o rumm, ar chatal hervez e rumm hag holl stlejviled an douar hervez o rumm. Doue a welas e oa mat kement-se.

26  Doue a lavaras: Greomp an den en hor skeudenn, hervez hon heńveledigezh, ha ra reno war besked ar mor, war laboused an neńvoł, war ar chatal, war an douar holl ha war an holl stlejviled a ruz war an douar.

27  Doue a grouas an den en e skeudenn, e grouiń a reas e skeudenn Doue; krouiń a reas ar gwaz hag ar vaouez.

28  Doue o bennigas ha Doue a lavaras: Bezit frouezhus, kreskit, leugnit an douar ha mestrognit anezhań, renit war besked ar mor, war laboused an neńvoł ha war gement aneval a fińv war an douar.

29  Ha Doue a lavaras: Setu, roet em eus deoc'h pep geotenn o tougen had a zo war c'horre an douar holl, ha pep gwezenn he deus enni frouezh gwezenn o tougen had: kement-se a vo ho poued.

30  Da holl loened an douar, da holl laboused an neńvoł, da gement a fińv war an douar hag en deus ennań un ene bev, em eus roet pep geotenn c'hlas evit boued. Hag evel-se e voe.

31  Doue a welas kement en doa graet ha setu, e oa mat-meurbet. Hag un abardaez, hag ur beure, a voe ar c'hwec'hvet deiz.

 

Pennad 2

1  Evel-se e voe echuet an neńvoł hag an douar, hag o holl arme.

2  Er seizhvet deiz, Doue en doa echuet e holl oberenn en doa graet, hag e tiskuizhas er seizhvet deiz eus e holl oberenn en doa graet.

3  Doue a vennigas ar seizhvet deiz hag en santelaas, abalamour ma tiskuizhas ennań eus e holl labour en doa krouet ha graet Doue.

4  Setu ginivelezhioł an neńvoł hag an douar pa voent krouet, en deiz ma reas an AOTROU Doue an douar hag an neńvoł.

5  Plantenn ebet eus ar parkeier ne oa c'hoazh war an douar ha geotenn ebet eus ar parkeier ne ziwane c'hoazh, rak an AOTROU Doue n'en doa ket lakaet ar glav da gouezhań war an douar ha ne oa den ebet da labourat an douar,

6  met ur vrumenn a savas eus an douar hag a zouraas holl c'horre an douar.

7  Neuze an AOTROU Doue a stummas an den eus poultrenn an douar hag a c'hwezhas en e zivfron ur c'hwezhadenn a vuhez. Hag an den a zeuas da vezań un ene bev.

8  Neuze an AOTROU Doue a blantas ul liorzh en Eden, diouzh kostez ar sav-heol, hag e lakaas enni an den en doa graet.

9  An AOTROU Doue a lakaas da ziwanań eus an douar pep seurt gwez dudius d'ar gweled ha mat da zebriń, hag ar wezenn a vuhez e-kreiz al liorzh, ha gwezenn anaoudegezh ar mad hag an droug.

10  Ur stźr a zeue er-maez eus Eden da zourań al liorzh, hag ac'hane en em lodenne hag e rae peder brec'h.

11  Anv ar gentań stźr eo Pishon; hounnezh eo an hini a ra tro holl vro Havila, e-lec'h ma ez eus aour.

12  Aour ar vro-se a zo mat, eno e vez kavet ar bdeliom hag ar maen-oniks.

13  Anv an eil stźr eo Gihon; hounnezh eo an hini a ra tro holl vro Gush.

14  Anv an deirvet stźr eo Hiddekel; hounnezh eo an hini a red e sav-heol Asiria. Ar bedervet stźr eo an Eufratez.

15  An AOTROU Doue a gemeras an den hag a lakaas anezhań e liorzh Eden d'he labourat ha d'he diwall.

16  An AOTROU Doue a roas d'an den ar gourc'hemenn-mań, o lavarout: Eus holl wez al liorzh e c'helli debriń gant frankiz,

17  met, eus gwezenn anaoudegezh ar mad hag an droug ne c'helli ket debriń diouti, rak an deiz ma tebri diouti e varvi a-dra-sur.

18  An AOTROU Doue a lavaras: N'eo ket mat e vefe an den e-unan, ober a rin dezhań ur skoazell heńvel outań.

19  An AOTROU Doue a reas eus an douar holl anevaled ar parkeier hag holl laboused an neńvoł, hag e lakaas anezho da zont etrezek Adam evit gwelout penaos ec'h anvje anezho ha ma vije anv pep boud bev an anv a roje Adam dezhań.

20  Adam a roas anvioł d'an holl chatal, da laboused an neńvoł ha da holl anevaled ar parkeier; met evit an den, ne gavas skoazell ebet heńvel outań.

21  Neuze an AOTROU Doue a lakaas ur morgousk bras war Adam, hag e kouskas. Kemer a reas unan eus e gostezennoł hag e stardas ar c'hig en he lec'h.

22  An AOTROU Doue a reas ur vaouez digant ar gostezenn en doa kemeret eus Adam, hag he degasas da gavout Adam.

23  Adam a lavaras: Houmań a zo bremań askorn eus va eskern ha kig eus va c'hig! Houmań a vo anvet denez rak kemeret eo bet eus an den.

24  Dre-se an den a guitaio e dad hag e vamm hag en em stago ouzh e wreg, hag e vint ur c'hig hepken.

25  Int a oa o-daou en noazh, an den hag e wreg, ha n'o doa ket mezh.

 

Pennad 3

Kouezhadenn an den

1  An naer a oa an ijinusań eus holl anevaled ar parkeier en doa graet an AOTROU Doue. Lavarout a reas d'ar wreg: Petra! Ha lavaret en deus Doue: C'hwi ne zebrot ket eus pep gwezenn a zo el liorzh?

2  Ar wreg a lavaras d'an naer: Ni a c'hell debriń frouezh eus gwez al liorzh.

3  Met diwar-benn frouezh ar wezenn a zo e-kreiz al liorzh, Doue en deus lavaret: Ne zebrot ket diouto ha ne stokot ket outo, gant aon na varvfec'h.

4  Neuze an naer a lavaras d'ar wreg: Ne varvot ket, tamm ebet,

5  met Doue a oar penaos e deiz ma tebrot diouto, ho taoulagad a zigoro hag e viot evel doueed, oc'h anavezout ar mad hag an droug.

6  Pa welas ar wreg e oa ar frouezh mat da zebriń ha plijus d'an daoulagad, ha ma oa prizius evit digeriń ar skiant, e kemeras eus he frouezh hag e tebras diouto. Reiń a reas ivez diouto d'he fried a oa ganti, hag hemań a zebras diouto.

7  O daoulagad a voe digoret hag ec'h anavezjont e oant en noazh. Neuze e wrijont asambles delioł fiez hag en em rejont gourizoł.

8  Klevout a rejont trouz an AOTROU Doue a gerzhe el liorzh en aezhenn an abardaez. Adam hag e wreg en em guzhas a-zirak dremm an AOTROU Doue, e-touez gwez al liorzh.

9  An AOTROU Doue a c'halvas Adam hag a lavaras: Pelec'h emaout?

10  Eń a respontas: Klevet em eus da vouezh el liorzh hag em eus bet aon, dre ma'z on en noazh, hag ez on en em guzhet

11  An AOTROU Doue a lavaras: Piv en deus lavaret dit e oas en noazh? Ha debret ec'h eus diouzh ar wezenn em boa urzhiet dit na zebrjes ket?

12  Adam a respontas: Ar wreg ac'h eus roet evit bezań ganin eo he deus roet din eus ar wezenn, hag em eus debret diouti.

13  An AOTROU Doue a lavaras d'ar wreg: Perak ec'h eus graet kement-se? Ar wreg a respontas: An naer he deus touellet ac'hanon ha debret em eus diouti.

14  An AOTROU Doue a lavaras d'an naer: Pa ec'h eus graet kement-se, milliget e vi e-touez an holl chatal hag e-touez holl anevaled ar parkeier, kerzhout a ri war da gof hag e tebri ar boultrenn holl zeizioł da vuhez.

15  Hag e lakain enebiezh etre te hag ar wreg, etre da lignez hag he lignez: houmań a friko dit da benn, ha te he flemmo en he seul.

16  Lavarout a reas d'ar wreg: Kreskiń a rin kalz da boan ha da vrazezded, genel a ri bugale gant poan, da c'hoantoł a zroio etrezek da ozhac'h hag eń a reno warnout.

17  Lavarout a reas da Adam: Pa ec'h eus sentet ouzh mouezh da wreg ha pa ec'h eus debret eus ar wezenn em boa roet dit an urzh-mań diwar he fenn: Ne zebri ket diouti! e vo an douar milliget abalamour dit. Debriń a ri e frouezh gant poan e-pad holl zeizioł da vuhez,

18  hag e produo dit spern hag askol, hag e tebri geot ar parkeier.

19  Debriń a ri bara dre c'hwezenn da zremm betek ma tistroi en douar ma'z out bet kemeret anezhań, rak poultr out hag e tistroi er poultr.

20  Adam a anvas e wreg Eva (= buhez), o vezań ma'z eo bet mamm an holl re vev.

21  An AOTROU Doue a reas da Adam ha d'e wreg saeoł kroc'hen hag o gwiskas ganto.

22  An AOTROU Doue a lavaras: Setu an den a zo deuet evel unan ac'hanomp evit anaoudegezh ar mad hag an droug. Ha bremań eveshaomp na astennfe e zorn, na gemerfe eus ar wezenn a vuhez, na zebrfe diouti ha na vevfe da viken.

23  An AOTROU Doue a gasas anezhań er-maez eus liorzh Eden, da labourat an douar a oa bet tennet dioutań.

24  Kas eta a reas an den kuit, hag e lakaas e sav-heol liorzh Eden ar cherubined, gantań ur c'hleze flammus o treiń a bep tu, evit diwall hent ar wezenn a vuhez.

 

Pennad 4

Kain hag Abel

1  Adam a anavezas Eva e wreg. Houmań a zeuas brazez hag a c'hanas Kain, hag e lavaras: Un den am eus bet gant sikour an AOTROU.

2  Genel a reas c'hoazh e vreur Abel. Abel a voe mesaer ha Kain a voe labourer.

3  A-benn un nebeud amzer, Kain a ginnigas frouezh eus an douar e prof d'an AOTROU,

4  hag Abel a ginnigas ivez eus ar re gentań-ganet eus e dropell hag eus o lard. An AOTROU en doe evezh ouzh Abel hag ouzh e brof,

5  met ne reas van ebet eus Kain nag eus e brof. Kain a voe gwall fuloret, hag e zremm a voe goeńvet.

6  Hag an AOTROU a lavaras da Gain: Perak out fuloret, perak eo da zremm goeńvet?

7  Ma rez mat, ha ne adsavi ket? Met ma ne rez ket mat, ar pec'hed a zo gourvezet ouzh an nor, hag e c'hoant a zo troet war-zu ennout. Ret eo dit ren warnań.

8  Ha Kain a gomzas da Abel e vreur. Evel ma oant er parkeier, Kain en em savas a-enep Abel e vreur hag en lazhas.

9  An AOTROU a lavaras da Gain: Pelec'h emań Abel da vreur? Hemań a respontas: N'ouzon ket, ha bez' on-me diwaller va breur?

10  Hag e lavaras: Petra ac'h eus graet? Mouezh gwad da vreur a gri eus an douar betek ennon.

11  Bremań e vi milliget gant an douar en deus digoret e c'henou evit degemer eus da zorn gwad da vreur.

12  Pa labouri an douar, ne roio ken dit e frouezh. Ur c'hantreer hag un tec'her e vi war an douar.

13  Kain a lavaras d'an AOTROU: Va foan a zo re vras evit bezań douget.

14  Setu, ec'h eus va argaset hiziv eus an douar-mań hag e vin kuzhet pell diouzh da zremm. Bez' e vin ur c'hantreer hag un tec'her war an douar, hag en em gavo penaos piv bennak am c'havo am lazho.

15  An AOTROU a lavaras: Mar lazh unan bennak Kain, Kain a vo veńjet seizh gwech. Hag an AOTROU a lakaas ur merk war Gain abalamour ma kavje piv bennak anezhań n'en lazhje ket.

16  Neuze Kain a yeas kuit a-zirak an AOTROU hag a chomas e bro Nod, e sav-heol Eden.

17  Kain a anavezas e wreg. Houmań a gońsevas hag a c'hanas Enok. Hag e savas ur gźr a c'halvas Enok, eus anv e vab.

18  Enok a voe tad da Irad, Irad a voe tad da Vehujael, Mehujael a voe tad da Vetushael, Metushael a voe tad da Lemek.

19  Lemek a gemeras div wreg: anv unan a oa Ada, anv eben Zilha.

20  Ada a c'hanas Jabal. Tad e voe d'ar re a zo o chom en teltennoł hag e-kichen an tropelloł.

21  Anv e vreur a oa Jubal. Tad e voe d'ar re holl a c'hoari eus an delenn hag an ograoł.

22  Zilha ivez a c'hanas Tubalkain, an hini a vorzholie pep seurt binvioł lemm a arem hag a houarn. C'hoar Tubalkain a voe Naama.

23  Lemek a lavaras d'e wragez: Ada ha Zilha, selaouit va mouezh gwragez Lemek, roit skouarn da'm c'homz: Ya, lazhet em eus un den evit va gloazadenn hag un den yaouank evit va bronduenn.

24  Rak mard eo veńjet Kain seizh gwech, Lemek a vo seitek gwech ha tri ugent.

25  Adam a anavezas c'hoazh e wreg. Houmań a c'hanas ur mab hag a c'halvas anezhań Sed, rak Doue, emezi, en deus roet din ur mab all e-lec'h Abel a zo bet lazhet gant Kain.

26  Sed a voe tad ivez d'ur mab hag a c'halvas anezhań Enosh. Neuze eo en em lakaed da c'hervel anv an AOTROU.

 

Pennad 5

Diskennidi Adam

1  Setu amań levr lignez Adam. E deiz ma krouas Doue an den, ober a reas anezhań en heńveledigezh Doue.

2  Krouiń a reas anezho den ha denez, bennigań a reas anezho hag e roas dezho an anv a Adam e deiz ma voent krouet.

3  Adam a vevas kant ha tregont vloaz hag a voe tad da ur mab en e heńveledigezh, hervez e skeudenn, hag e roas dezhań an anv a Sed.

4  Deizioł Adam, goude ganedigezh Sed, a voe eizh kant vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.

5  An holl amzer ma vevas Adam a voe eta nav c'hant ha tregont vloaz, neuze e varvas.

6  Sed a vevas kant pemp bloaz hag a voe tad da Enosh.

7  Sed, goude ma voe bet tad da Enosh, a vevas eizh kant seizh vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.

8  An holl amzer ma vevas Sed a voe eta nav c'hant daouzek vloaz, neuze e varvas.

9  Enosh a vevas dek vloaz ha pevar-ugent hag a voe tad da Genan.

10  Enosh, goude ma voe bet tad da Genan, a vevas eizh kant pemzek vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.

11  An holl amzer ma vevas Enosh a voe eta nav c'hant pemp bloaz, neuze e varvas.

12  Kenan a vevas dek vloaz ha tri-ugent hag a voe tad da Vahalaleel.

13  Kenan, goude ma voe bet tad da Vahalaleel, a vevas eizh kant ha daou-ugent vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.

14  An holl amzer ma vevas Kenan a voe eta nav c'hant dek vloaz, neuze e varvas.

15  Mahalaleel a vevas pemp bloaz ha tri-ugent hag a voe tad da Jered.

16  Mahalaleel, goude ma voe bet tad da Jered, a vevas eizh kant ha tregont vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.

17  An holl amzer ma vevas Mahalaleel a voe eta eizh kant pemzek vloaz ha pevar-ugent, neuze e varvas.

18  Jered a vevas kant daou vloaz ha tri-ugent hag a voe tad da Enok.

19  Jered, goude ma voe bet tad da Enok, a vevas eizh kant vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.

20  An holl amzer ma vevas Jered a voe eta nav c'hant daou vloaz ha tri-ugent, neuze e varvas.

21  Enok a vevas pemp bloaz ha tri-ugent hag a voe tad da Vetushela.

22  Enok a gerzhas gant Doue e-pad tri c'hant vloaz goude ma voe bet tad da Vetushela, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.

23  An holl amzer ma vevas Enok a voe eta tri c'hant pemp bloaz ha tri-ugent.

24  Enok a gerzhas eta gant Doue, ha ne voe gwelet mui rak Doue a gemeras anezhań.

25  Metushela a vevas kant seizh vloaz ha pevar-ugent hag a voe tad da Lemek.

26  Metushela, goude ma voe bet tad da Lemek, a vevas seizh kant daou vloaz ha pevar-ugent, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.

27  An holl amzer ma vevas Metushela a voe eta nav c'hant nav bloaz ha tri-ugent, neuze e varvas.

28  Lemek a vevas kant daou vloaz ha pevar-ugent hag a voe tad da ur mab.

29  Gervel a reas anezhań Noe, en ur lavarout: Hemań hon dic'hlac'haro eus hol labour hag eus ar boan a ro d'hon daouarn an douar en deus milliget an AOTROU.

30  Lemek, goude ma voe bet tad da Noe, a vevas pemp kant pemzek vloaz ha pevar-ugent, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.

31  An holl amzer ma vevas Lemek a voe eta seizh kant seitek vloaz ha tri-ugent, neuze e varvas.

32  Noe a vevas pemp kant vloaz hag a voe tad da Sem, da Cham ha da Jafed.

 

Pennad 6

Arc'h Noe

1  Pa voe deuet an dud da greskiń war c'horre an douar, ha ma voe ganet merc'hed dezho,

2  mibien Doue, o welout penaos e oa koant merc'hed an dud, a gemeras gwragez a-douez ar re holl a blije dezho.

3  An AOTROU a lavaras: Va Spered ne stourmo ket da viken gant an den rak n'eo nemet kig; e zeizioł a vo kant ugent vloaz.

4  Ramzed a oa war an douar en amzer-se, hag ivez diwezhatoc'h, goude ma voe aet mibien Doue etrezek merc'hed an dud hag o doe roet dezho bugale. Ar re-se eo harozed brudet an amzer gozh.

5  An AOTROU a welas penaos drougiezh an den a oa bras war an douar ha penaos kement tra ijinet gant sońjoł e galon ne oa nemet fall e pep amzer.

6  An AOTROU en doe keuz da vezań graet an den war an douar, hag e voe glac'haret a gement-se en e galon.

7  An AOTROU a lavaras: Lemel a rin diwar c'horre an douar an den am eus krouet, adalek an den betek ar chatal, betek ar stlejviled ha betek laboused an neńvoł, rak keuz am eus da vezań graet anezho.

8  Met Noe a gavas trugarez dirak daoulagad an AOTROU.

9  Setu amań lignez Noe: Noe a voe un den reizh hag eeun en e amzer, Noe a gerzhas gant Doue.

10  Noe a voe tad da dri mab: Sem, Cham ha Jafed.

11  An douar a oa saotret dirak Doue, an douar a oa leun a fallagriezh.

12  Doue a sellas ouzh an douar ha setu, e oa saotret, rak pep kig en doa saotret e hent war an douar.

13  Doue a lavaras da Noe: Diwezh pep kig a zo deuet dirazon, rak an douar a zo leun a fallagriezh drezo. Setu, ez an d'o distrujań gant an douar.

14  Gra dit un arc'h gant koad gofer; ober a ri lojelloł enni, hag e lifri anezhi gant peg-du en diabarzh hag en diavaez.

15  Setu amań penaos e ri anezhi: Hirder an arc'h a vo tri c'hant ilinad (~ 150 m), he ledander hanter-kant ilinad (~ 25 m), hec'h uhelder tregont ilinad (~ 15 m).

16  Ober a ri ur prenestr d'an arc'h hag ec'h echui anezhań dre un ilinad (~ 50 cm) ouzh krec'h. Lakaat a ri dor an arc'h war he c'hostez. Ober a ri anezhi gant un estaj izel, un eilvet hag un trede.

17  Ha me, setu, a ya da zegas al lińvadenn-veur war an douar, evit distrujań kement kig en deus c'hwezhadenn a vuhez dindan an neńvoł. Kement a zo war an douar a varvo.

18  Met diazezań a rin va emglev ganit. Mont a ri en arc'h, te, da vibien, da wreg ha gwragez da vibien ganit.

19  Eus kement a vev a-douez pep kig, lakaat a ri da vont en arc'h daou a bep rumm evit o mirout bev ganit: par ha parez e vint.

20  Laboused hervez o rumm, chatal hervez e rumm, holl stlejviled an douar hervez o rumm, daou eus pep rumm a zeuio davedout evit m'o miri bev.

21  Te, kemer ganit eus kement boued a vez debret, gra evel-se ur bourvezańs evidout, evit ma servijo kement-se da voued dit kenkoulz ha dezho.

22  Noe a reas kement-se, pep tra en doa gourc'hemennet Doue dezhań.

 

Pennad 7

Al lińvadenn-veur

1  An AOTROU a lavaras da Noe: Kae e-barzh an arc'h gant da holl diegezh, rak da welet em eus reizh dirazon er rummad-mań.

2  Kemer a ri ganit eus an holl loened c'hlan seizh koublad a bep rumm, ar par hag e barez, hag eus al loened n'int ket glan, daou, ar par hag e barez.

3  Kemer a ri ivez eus laboused an neńvoł seizh koublad, par ha parez, evit mirout o gouenn war c'horre an douar holl.

4  Rak a-benn seizh deiz, e lakain ar glav da gouezhań war an douar e-pad daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh, hag e lamin a-ziwar c'horre an douar an holl draoł bev am eus graet.

5  Noe a reas kement en doa gourc'hemennet an AOTROU dezhań.

6  Noe a oa oadet a c'hwec'h kant vloaz pa voe al lińvadenn-veur ha ma teuas an doureier war an douar.

7  Noe a yeas e-barzh an arc'h gant e vibien, e wreg ha gwragez e vibien, abalamour da zoureier al lińvadenn.

8  Loened c'hlan ha loened n'int ket glan, laboused hag eus kement a ruz war an douar,

9  daou ha daou, par ha parez, a yeas etrezek Noe en arc'h, evel m'en doa gourc'hemennet Doue da Noe.

10  Hag e c'hoarvezas, a-benn ar seizh devezh, ma voe doureier al lińvadenn war an douar.

11  Er bloavezh c'hwec'h kant eus buhez Noe, en eilvet miz, er seitekvet deiz eus ar miz, en deiz-se, mammennoł an donder bras a strinkas ha stouvelloł an neńvoł a zigoras.

12  Ar glav a gouezhas war an douar e-pad daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh.

13  En hevelep deiz-mań, Noe, Sem, Cham ha Jafed, mibien Noe, gwreg Noe ha teir gwreg e vibien ganto, a yeas e-barzh an arc'h,

14  int, hag an holl loened hervez o rumm, an holl chatal hervez e rumm, an holl stlejviled a ruz war an douar hervez o rumm, an holl laboused hervez o rumm, pep labous bihan, kement en deus divaskell.

15  Mont a rejont eta etrezek Noe e-barzh an arc'h, daou ha daou, eus kement kig en doa c'hwezhadenn a vuhez.

16  Ar re a zeuas a oa par ha parez, a bep kig, evel m'en doa gourc'hemennet Doue dezhań. Hag an AOTROU a serras an arc'h warnań.

17  Al lińvadenn a voe daou-ugent devezh war an douar. An doureier a greskas, a c'horrojont an arc'h, hag an arc'h a savas a-us d'an douar.

18  An doureier a vrasaas hag a greskas kalz war an douar, hag an arc'h a neuńvas war c'horre an doureier.

19  An doureier a vrasaas meurbet war an douar, an holl venezioł uhel a zo dindan an neńvoł a voe goloet.

20  An doureier en em savas pemzek ilinad (~ 7.5 m) a-us dezho hag ar menezioł a voe goloet.

21  Pep kig en em fińve war an douar a varvas, kenkoulz al laboused evel ar chatal, al loened hag an holl stlejviled a ruze war an douar, hag an holl dud.

22  Kement en doa ur c'hwezhadenn a vuhez en e fronoł ha kement a oa war an douar kalet a varvas.

23  An holl draoł bev a oa war c'horre an douar a voe distrujet, adalek an dud betek al loened, betek ar stlejviled ha betek laboused an neńvoł, hag e voent distrujet a-ziwar c'horre an douar. Ne vanas nemet Noe hag ar pezh a oa gantań en arc'h.

24  An doureier a oa bras war an douar e-pad kant hag hanter-kant devezh.

 

Pennad 8

Diwezh al lińvadenn-veur

1  Doue a zeuas memor dezhań eus Noe hag eus an holl loened hag eus an holl chatal a oa gantań en arc'h. Doue a lakaas da dremen un avel war an douar hag an doureier a sioulaas.

2  Mammennoł an donder ha stouvelloł an neńvoł en em stankas, hag ar glav a voe dalc'het en neńvoł.

3  An doureier en em dennas a-ziwar c'horre an douar, en em denn a rejont, an doureier a vihanaas a-benn kant hag hanter-kant devezh.

4  D'ar seizhvet miz, d'ar seitekvet devezh eus ar miz, an arc'h a ehanas war Venezioł Ararad.

5  An doureier a yeas en ur vihanaat betek an dekvet miz. D'an dekvet miz, d'ar c'hentań eus ar miz, pennoł ar menezioł en em ziskouezas.

6  A-benn daou-ugent devezh, e c'hoarvezas ma tigoras Noe ar prenestr en doa graet en arc'h.

7  Leuskel a reas ar vran, a yeas o vont hag o tont betek ma voe disec'het an doureier a-ziwar an douar.

8  Neuze e laoskas ar goulm digantań, evit gwelout hag-eń e oa bihanaet kalz an doureier a-ziwar c'horre an douar.

9  Met ar goulm ne gavas ket ul lec'h da lakaat sol he zroad, hag e tistroas d'e gavout en arc'h rak dour a oa war c'horre an douar. Noe a astennas e zorn, he c'hemeras hag he zegasas d'e gavout en arc'h.

10  Gortoz a reas c'hoazh seizh devezh all, neuze e laoskas a-nevez ar goulm er-maez eus an arc'h.

11  Ar goulm a zistroas d'e gavout war-dro an abardaez ha setu, e oa ganti un delienn olivezenn fresk en he beg. Noe a gomprenas penaos an doureier o doa gwall vihanaet war an douar.

12  Gortoz a reas c'hoazh seizh devezh all, neuze e laoskas ar goulm met ne zistroas ken d'e gavout.

13  Hag e c'hoarvezas er bloaz c'hwec'h kant unan a vuhez Noe, d'ar c'hentań miz, d'ar c'hentań deiz eus ar miz, ma oa an doureier disec'het a-ziwar an douar. Noe a lamas golo an arc'h hag a sellas: setu, gorre an douar a oa sec'het.

14  D'an eilvet miz, d'ar seizhvet warn-ugent eus ar miz, an douar a voe sec'h.

15  Neuze Doue a gomzas da Noe, o lavarout:

16  Deus er-maez eus an arc'h, te, da wreg, da vibien ha gwragez da vibien ganit.

17  Laka da zont er-maez an holl loened a zo ganit, a bep kig, kenkoulz al laboused, evel ar chatal hag an holl stlejviled a ruz war an douar, ha ra builhint war an douar, ra vint frouezhus ha ra greskint war an douar.

18  Noe a zeuas er-maez gant e vibien, e wreg ha gwragez e vibien.

19  An holl loened, an holl stlejviled, an holl laboused, kement a ruz war an douar, hervez o rumm, a yeas er-maez eus an arc'h.

20  Noe a savas un aoter d'an AOTROU. Kemer a reas eus pep loen glan hag eus pep labous glan hag e kinnigas loskaberzhoł war an aoter.

21  An AOTROU a santas ur c'hwezh vat hag an AOTROU a lavaras en e galon: Ne villigin ken an douar abalamour d'an den rak natur kalon an den a zo fall adalek e yaouankiz, ne skoin ken kement a vev evel em eus graet.

22  Keit ha ma pado an douar, an haderezh hag an eost, ar yenijenn hag an tommder, an hańv hag ar goańv, an deiz hag an noz n'ehanint ket.

 

Pennad 9

Ar wareg-c'hlav. Mallozh Kanaan

1  Doue a vennigas Noe hag e vibien, hag e lavaras: Bezit frouezhus, kreskit ha leugnit an douar.

2  Aon ha spont dirazoc'h o devo holl loened an douar, holl laboused an neńvoł, kement a fińv war an douar, hag holl besked ar mor. Lakaet e vint holl etre ho taouarn.

3  Kement a fińv hag en deus buhez a vo deoc'h evel boued, reiń a ran kement-se holl evel ar geot glas.

4  Hogen, ne zebrot ket ur c'hig gant e ene, e wad.

5  Hag a-dra-sur me a adc'houlenno ho kwad, hini hoc'h eneoł. E c'houlenn a rin digant pep loen. Me a adc'houlenno ene an den eus dorn an den, eus dorn e vreur.

6  An hini a skuilho gwad an den, dre an den e wad a vo skuilhet, rak Doue en deus graet an den en e skeudenn.

7  C'hwi eta, bezit frouezhus ha kreskit, fonnit war an douar ha kreskit warnań.

8  Doue a gomzas c'hoazh ouzh Noe hag ouzh e vibien gantań, o lavarout:

9  Setu, e tiazezin va emglev ganeoc'h ha gant ho lignez war ho lerc'h,

10  gant an holl voudoł bev a zo ganeoc'h, kenkoulz al laboused evel ar chatal hag holl loened an douar ganeoc'h, ar re holl a zo deuet er-maez eus an arc'h, holl loened an douar.

11  Diazezań a ran va emglev ganeoc'h: kig ebet ne vo ken distrujet gant doureier al lińvadenn-veur, ha ne vo lińvadenn ebet da zistrujań an douar.

12  Ha Doue a lavaras: Setu arouez an emglev a ziazezan etrezon-me ha c'hwi hag an holl voudoł bev a zo ganeoc'h, evit ar rummadoł da viken:

13  lakaat a ran va gwareg er c'hoabrennoł, hag e servijo da arouez an emglev etrezon-me hag an douar.

14  Hag e c'hoarvezo penaos, pa em bo dastumet koabr war an douar ha ma en em ziskouezo va gwareg er c'hoabrennoł,

15  em bo sońj eus va emglev a zo etrezon-me ha c'hwi ha kement boud bev a bep kig, hag an doureier ne zeuint ken ul lińvadenn evit distrujań pep kig.

16  Ar wareg a vo eta er c'hoabrennoł, hag e sellin outań evit kaout sońj eus an emglev peurbadus etre Doue hag an holl voudoł bev a bep kig a zo war an douar.

17  Doue a lavaras da Noe: Houmań eo arouez an emglev a ziazezan etrezon-me ha pep kig a zo war an douar.

18  Mibien Noe a zeuas er-maez eus an arc'h a voe Sem, Cham ha Jafed. Cham a voe tad da Ganaan.

19  Ar re-se eo tri mab Noe; drezo eo e voe poblet an douar holl.

20  Noe en em lakaas da labourat an douar ha da blantań ur winieg.

21  Evań a reas gwin, en em vezvas, hag en em zizoloas e-kreiz e deltenn.

22  Cham tad Kanaan, o vezań gwelet noazhder e dad, a zeuas er-maez da gontań d'e zaou vreur.

23  Met Sem ha Jafed a gemeras ar vantell, he lakaas o-daou war o divskoaz hag, o vale dre a-dreńv, e c'holojont noazhder o zad. Evel ma oa o dremm distroet, ne weljont ket noazhder o zad.

24  Pa voe Noe dihunet eus e win, oc'h anavezout ar pezh en doa graet dezhań e vab yaouankań,

25  e lavaras: Ra vo milliget Kanaan! Ra vo servijer servijerien e vreudeur!

26  Goude e lavaras: Ra vo benniget an AOTROU, Doue Sem, ha ra vo Kanaan o servijer!

27  Ra vo kresket Jafed gant Doue, ra vo o chom e teltennoł Sem ha ra vo Kanaan o servijer!

28  Noe a vevas goude al lińvadenn tri c'hant hag hanter-kant vloaz.

29  An holl amzer ma vevas Noe a voe eta nav c'hant hag hanter-kant vloaz, neuze e varvas.

 

Pennad 10

Diskennidi mibien Noe

1  Setu amań lignez mibien Noe, Sem, Cham ha Jafed. Bet o deus mibien goude al lińvadenn-veur.

2  Mibien Jafed a voe: Gomer, Magog, Madai, Javan, Tubal, Meshek ha Tiraz.

3  Mibien Gomer: Ashkenaz, Rifad ha Togarma.

4  Mibien Javan: Elisha, Tarsiz, Kitim ha Dodanim.

5  Ganto e voe poblet inizi ar broadoł en o douaroł, pep hini hervez e yezh, hervez o ziegezhioł, en o broadoł.

6  Mibien Cham a voe: Kush, Mizraim, Pud ha Kanaan.

7  Mibien Kush: Saba, Havila, Sabta, Raema ha Sabteka. Mibien Raema: Seba ha Dedan.

8  Kush a voe tad da Nimrod, an hini a grogas da vezań galloudek war an douar.

9  Bez' e voe ur chaseour galloudek dirak an AOTROU, setu perak e lavarer: Evel Nimrod, chaseour galloudek dirak an AOTROU.

10  Deroł e rouantelezh a voe Babel, Erek, Akkad ha Kalne, e Bro Shinear.

11  Eus ar vro-se ez eas en Asiria hag e savas Ninive, Reobod-Ir, Kalak

12  ha Rezen etre Ninive ha Kalak; ar gźr vras eo.

13  Mizraim a voe tad d'al Ludimed, d'an Anamimed, d'al Lehabimed, d'an Naftuhimed,

14  d'ar Batruzim, d'ar Gasluhim ma teuas diouto ar Filistined, ha d'ar Gaftorim.

15  Kanaan a voe tad da Sidon e gentań-ganet, da Hed,

16  d'ar Jebuziz, d'an Amoreaned, d'ar C'hirgazianed,

17  d'an Hevianed, d'an Arkianed, d'ar Sinianed,

18  d'an Arvadianed, d'ar Zemarianed, d'an Hamatianed. Goude, tiegezhioł ar Gananeiz en em skignas.

19  Harzoł ar Gananeiz a voe adalek Sidon, o tont war-zu Gerar betek Gaza, o tont war-zu Sodom, Gomora, Adma ha Zeboim betek Lesha.

20  Ar re-se eo mibien Cham, hervez o ziegezhioł, hervez o yezhoł, en o douaroł, en o broadoł.

21  Sem, breur da Jafed an hini henań, a voe tad da vibien ivez, da holl vibien Eber.

22  Mibien Sem a voe: Elam, Ashur, Arpaksad, Lud hag Aram.

23  Mibien Aram: Uz, Hul, Geter ha Mash.

24  Arpaksad a voe tad da Shelak, Shelak a voe tad da Eber.

25  Eber a voe tad da daou vab: anv unan a oa Peleg rak en e amzer e voe lodennet an douar, hag anv e vreur a oa Joktan.

26  Joktan a voe tad da Almodad, Shelef, Hazarmaved, Jerak,

27  Hadoram, Uzal, Dikla,

28  Obal, Abimael, Seba,

29  Ofir, Havila ha Jobab. Ar re-se holl a voe mibien da Joktan.

30  O annez a voe adalek Mesha, o tont war-zu Sefar betek menez ar sav-heol.

31  Ar re-se eo mibien Sem, hervez o ziegezhioł, hervez o yezhoł, en o douaroł, en o broadoł.

32  Ar re-se eo tiegezhioł mibien Noe, hervez o rummadoł, en o broadoł. Diouto e voe deuet broadoł an douar goude al lińvadenn-veur.

 

Pennad 11

Tour Babel

1  An douar holl en doa an hevelep yezh hag an hevelep gerioł.

2  Met c'hoarvezout a reas penaos, o vezań aet eus tu ar sav-heol, e kavjont ur blaenenn e bro Shinear hag e chomjont eno.

3  Lavarout a rejont an eil d'egile: Deuomp, greomp brikennoł ha poazhomp anezho en tan. Ar brikennoł a zalc'has lec'h dezho a vein, ha ter-douar a bri-raz.

4  Lavarout a rejont: Deuomp, savomp deomp ur gźr hag un tour a vo e benn en neńvoł, ha brudomp hon anv gant aon na vefemp stlabezet war c'horre an douar holl.

5  An AOTROU a ziskennas da welout ar gźr hag an tour o doa savet mibien an dud.

6  Hag an AOTROU a lavaras: Setu ez int ur bobl hepken hag o deus holl an hevelep yezh, ha setu ar pezh a grogjont d'ober. Bremań netra n'o harzfe d'ober ar pezh o defe sońjet.

7  Deuomp, diskennomp ha kemmeskomp eno o yezh en hevelep doare ma ne glevint ket yezh an eil d'egile.

8  An AOTROU o stlabezas ac'hane war c'horre an douar holl, hag e paouezjont da sevel ar gźr.

9  Dre-se hec'h anv a voe galvet Babel, rak an AOTROU en doa kemmesket eno yezh an douar holl, hag ac'hane an AOTROU o stlabezas war c'horre an douar holl.

10  Setu lignez Sem: Sem a vevas kant vloaz hag a voe tad da Arpaksad, daou vloaz goude al lińvadenn-veur.

11  Sem, goude ma voe bet tad da Arpaksad, a vevas pemp kant vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.

12  Arpaksad a vevas pemp bloaz ha tregont hag a voe tad da Shelak.

13  Arpaksad, goude ma voe bet tad da Shelak, a vevas pevar c'hant tri bloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.

14  Shelak a vevas tregont vloaz hag a voe tad da Eber.

15  Shelak, goude ma voe bet tad da Eber, a vevas pevar c'hant tri bloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.

16  Eber a vevas pevar bloaz ha tregont hag a voe tad da Beleg.

17  Eber, goude ma voe bet tad da Beleg, a vevas pevar c'hant ha tregont vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.

18  Peleg a vevas tregont vloaz hag a voe tad da Rehu.

19  Peleg, goude ma voe bet tad da Rehu, a vevas daou c'hant nav vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.

20  Rehu a vevas daou vloaz ha tregont hag a voe tad da Serug.

21  Rehu, goude ma voe bet tad da Serug, a vevas daou c'hant seizh vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.

22  Serug a vevas tregont vloaz hag a voe tad da Nakor.

23  Serug, goude ma voe bet tad da Nakor, a vevas daou c'hant vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.

24  Nakor a vevas nav bloaz warn-ugent hag a voe tad da Derak.

25  Nakor, goude ma voe bet tad da Derak, a vevas kant naontek vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.

26  Terak a vevas dek vloaz ha tri-ugent hag a voe tad da Abram, Nakor hag Haran.

27  Setu lignez Terak: Terak a voe tad da Abram, Nakor hag Haran. Haran a voe tad da Lot.

28  Haran a varvas dirak Terak e dad, e bro e c'hanedigezh, en Ur ar Galdeiz.

29  Abram ha Nakor a gemeras gwragez. Anv gwreg Abram a oa Sarai, hag anv gwreg Nakor a oa Milka merc'h Haran tad Milka ha tad Jiska.

30  Sarai a oa gaonac'h: n'he doa ket a vugale.

31  Terak a gemeras Abram e vab, Lot mab Haran e vab bihan ha Sarai e verc'h-kaer gwreg Abram e vab, hag ez ejont asambles er-maez eus Ur ar Galdeiz evit mont da vro Ganaan. Dont a rejont betek Charan hag e chomjont eno.

32  An amzer ma vevas Terak a voe eta daou c'hant pemp bloaz, ha Terak a varvas e Charan.

 

Pennad 12

Galvedigezh Abram

1  An AOTROU a lavaras da Abram: Kae er-maez eus da vro, eus da gerentiezh, eus ti da dad, etrezek ar vro a ziskouezin dit.

2  Me a lakaio ac'hanout da zont da vezań ur vroad vras, me a vennigo ac'hanout, me a rento da anv bras. Hag e vi ur vennozh.

3  Bennigań a rin ar re a vennigo ac'hanout, ha milligań a rin ar re a villigo ac'hanout. Hag holl diegezhioł an douar a vo benniget ennout.

4  Abram a yeas evel m'en doa lavaret an AOTROU, Lot a yeas gantań. Abram a oa en oad a bemzek vloaz ha tri-ugent pa'z eas kuit eus Charan.

5  Abram a gemeras Sarai e wreg ha Lot mab e vreur, gant an holl vadoł o doa gounezet hag an dud o doa prenet e Charan. Kuitaat a rejont evit mont da vro Ganaan hag ec'h errujont e bro Ganaan.

6  Abram a dreuzas ar vro betek al lec'h anvet Sichem, betek dervenn More. Ar Gananeiz a oa neuze er vro.

7  An AOTROU en em ziskouezas da Abram hag a lavaras: Me a roio ar vro-mań da'z lignez! Hag e savas eno un aoter d'an AOTROU a oa en em ziskouezet dezhań.

8  Tremen a reas ac'hane etrezek ar menez e sav-heol Betel, hag e fichas e deltennoł etre Betel er c'huzh-heol hag Ai er sav-heol. Sevel a reas eno un aoter d'an AOTROU hag e c'halvas anv an AOTROU.

9  Abram a yeas war-zu ar c'hreisteiz o kerzhout a lec'h da lec'h.

10  Bez' e voe un naonegezh er vro hag Abram a ziskennas en Ejipt da chom eno, rak an naonegezh a oa bras er vro.

11  Evel ma oa o vont en Ejipt, e lavaras da Sarai e wreg: Setu, gouzout a ran ez out ur wreg koant

12  hag e c'hoarvezo, p'o devo gwelet an Ejipsianed ac'hanout, ma lavarint: E wreg eo! Hag e lazhint ac'hanon, met da lezel a raint da vevań.

13  Lavar, me az ped, penaos out va c'hoar, evit ma vin degemeret mat en abeg dit ha ma em bo va buhez saveteet abalamour dit.

14  Adalek ma en em gavas Abram en Ejipt, an Ejipsianed a welas e oa ar wreg-se koant-meurbet.

15  Prińsed Faraon he gwelas hag he meulas dirak Faraon, hag ar wreg a voe degaset e ti Faraon.

16  Ober a reas vat da Abram abalamour dezhi, hag en doe deńved, ejened hag azened, mevelien ha mitizhien, azenezed ha kańvaled.

17  Met an AOTROU a skoas a c'houlioł bras Faraon hag e diegezh en abeg da Sarai gwreg Abram.

18  Neuze Faraon a c'halvas Abram hag a lavaras: Petra ac'h eus graet din? Perak ne'c'h eus ket disklźriet din e oa da wreg?

19  Perak ec'h eus lavaret: Va c'hoar eo, en hevelep doare ma em eus he c'hemeret evit gwreg? Bremań, setu da wreg, kemer anezhi ha kae kuit!

20  Ha Faraon a roas urzh d'e dud d'o ren kuit, eń, e wreg ha kement a oa dezhań.

 

Pennad 13

Abram ha Lot

1  Abram a bignas eus an Ejipt etrezek ar c'hreisteiz, eń, e wreg, kement a oa dezhań ha Lot gantań.

2  Abram a oa gwall binvidik e tropelloł, en arc'hant hag en aour.

3  Neuze e tistroas dre lec'hioł eus ar c'hreisteiz betek Betel, betek al lec'h ma oa bet e deltenn da gentań etre Betel hag Ai,

4  el lec'h ma oa an aoter en doa graet diagent. Hag Abram a c'halvas eno anv an AOTROU.

5  Lot a gerzhe gant Abram. Eń ivez en doa deńved, ejened ha teltennoł.

6  Ar vro ne oa ket bras a-walc'h evit ma chomjent asambles, rak o madoł a oa ken stank ma ne c'helljont ket chom asambles.

7  Un tabut a savas etre mesaerien tropelloł Abram ha mesaerien tropelloł Lot. Ar Gananeiz hag ar Ferezianed a oa neuze o chom er vro.

8  Abram a lavaras da Lot: Ra ne vo ket, me az ped, tabut etre me ha te, nag etre va mesaerien ha da vesaerien, rak ni a zo breudeur.

9  Ha n'emań ket dirazout an holl vro? Pella eta diouzhin: mar kemerez a-gleiz, mont a rin a-zehou, ha mar kemerez a-zehou, mont a rin a-gleiz.

10  Lot, o sevel e zaoulagad, a welas holl blaenenn ar Jordan a oa douret penn-da-benn. A-raok ma tistrujas an AOTROU Sodom ha Gomora, o vont etrezek Zoar e oa evel liorzh an AOTROU, evel bro Ejipt.

11  Lot a zibabas evitań holl blaenenn ar Jordan hag ez eas ouzh kostez ar sav-heol. Hag e pellaas an eil digant egile.

12  Abram a chomas e bro Ganaan. Lot a chomas e kźrioł ar blaenenn hag a fichas e deltennoł betek Sodom.

13  Tud Sodom a oa fall ha pec'herien bras dirak an AOTROU.

14  An AOTROU a lavaras da Abram goude ma oa pellaet Lot dioutań: Sav eta da zaoulagad ha sell diouzh al lec'h emaout ennań etrezek an hanternoz, ar c'hreisteiz, ar sav-heol hag ar c'huzh-heol,

15  rak an holl vro a welez a roin dit ha da'z lignez da viken.

16  Ober a rin ma vo da lignez evel poultr an douar; mar gell unan bennak kontań poultrenn an douar, da lignez ivez a vo kontet.

17  Sav, kerzh dre ar vro a-hed hag a-led, rak he reiń a rin dit.

18  Neuze Abram a zougas e deltennoł hag a zeuas da chom e dervennoł Mamre, a zo en Hebron. Hag e savas eno un aoter d'an AOTROU.

 

Pennad 14

Abram en em gav dirak Melkizedek

1  En amzer Amrafel roue Shinear, Arjok roue Ellazar, Kedorlaomer roue Elam, ha Tideal roue Goim,

2  e c'hoarvezas ma rejont brezel enep Bera roue Sodom, Birsha roue Gomora, Shineab roue Adma, Shemeber roue Zeboim, ha roue Bela, a zo Zoar.

3  Ar re-mań holl en em zastumas e traonienn Sidim, a zo Mor an Holen.

4  E-pad daouzek vloaz e sentjont ouzh Kedorlaomer, met d'an trizekvet bloaz en em savjont.

5  D'ar pevarzekvet bloaz, Kedorlaomer hag ar rouaned a oa gantań a zeuas hag a bilas ar Refaim en Ashterod-Karnaim, ar Zuzim en Ham, an Emim e Shave-Kiriataim,

6  hag an Horianed war o Menez Seir betek El Paran d'ar gouelec'h.

7  Neuze, o tistreiń, e teujont da En-Mishpad, a zo Kadesh, hag e piljont holl vro an Amalekited, hag ivez an Amoreaned a oa o chom en Hazazon-Tamar.

8  Neuze, roue Sodom, roue Gomora, roue Adma, roue Zeboim, ha roue Bela a zo Zoar, a yeas hag en em renkjont e linenn a-enep dezho e traonienn Sidim,

9  a-enep Kedorlaomer roue Elam, Tideal roue Goim, Amrafel roue Shinear, hag Arjok roue Ellazar: pevar roue a-enep pemp.

10  Bez' e oa e traonienn Sidim kalz a buńsoł a der-douar. Roue Sodom hag hini Gomora a dec'has hag a gouezhas enno; ar re all a dec'has d'ar menez.

11  Neuze e kemerjont holl binvidigezhioł Sodom ha Gomora hag o holl vevańs, hag ez ejont kuit.

12  Kemer a rejont Lot mab breur Abram a oa o chom e Sodom gant e vadoł, hag ez ejont kuit.

13  Un tec'her a zeuas da lavarout da Abram an Hebread. Eń a oa o chom e dervennoł Mamre, an Amorean breur Eshkol ha breur Aner, ar re o doa un emglev gant Abram.

14  Pa glevas Abram e oa prizoniad e vreur, ec'h armas tri c'hant triwec'h eus e dud leal, ganet en e di, hag ez eas war-lerc'h ar rouaned-se betek Dan.

15  Neuze, o vezań lodennet e dud, en em daolas warno en noz, eń hag e servijerien, hag e pilas anezho. Mont a reas war o lerc'h betek Hoba, a zo a-gleiz da Zamask.

16  Degas a reas gantań an holl binvidigezhioł. Degas a reas ivez gantań Lot e vreur, e vadoł hag e wragez ivez, hag ar bobl.

17  Roue Sodom a zeuas a-raok dezhań pa zistroas goude bezań trec'het Kedorlaomer hag ar rouaned a oa gantań e traonienn Shave, a zo traonienn ar Roue.

18  Melkizedek (= roue ar Reizhder), roue Salem, a zegasas bara ha gwin. Hemań a oa beleg an Doue Uhel-Meurbet.

19  Bennigań a reas Abram hag e lavaras: Benniget ra vo Abram gant an Doue Uhel-Meurbet, perc'henn an neńv hag an douar!

20  Benniget ra vo an Doue Uhel-Meurbet en deus lakaet da enebourien etre da zaouarn! Hag Abram a roas dezhań an deog eus pep tra.

21  Roue Sodom a lavaras da Abram: Ro din an dud ha kemer ar pinvidigezhioł evidout.

22  Abram a lavaras da roue Sodom: Sevel a ran va dorn etrezek an AOTROU Doue Uhel-Meurbet, perc'henn an neńv hag an douar,

23  penaos ne gemerin ket zoken un neudenn pe ur gorreenn votoł, netra hag a zo dit, en hevelep doare ma ne lavari ket: Me am eus pinvidikaet Abram. Netra evidon!

24  Nemet ar pezh o deus debret an dud yaouank ha lod an dud a zo deuet ganin, Aner, Eshkol ha Mamre: ar re-se a gemero o lod.

 

Pennad 15

Promesa Doue da Abram

1  Goude kement-se, ger an AOTROU a voe disklźriet da Abram en ur weledigezh, o lavarout: Na'z pez ket aon, Abram, me eo da skoed, ha da c'hopr a vo bras-meurbet.

2  Abram a respontas: AOTROU Doue, petra a roi din? Me a ya hep bugale, hag an hini a vo va zi dezhań eo Eliezer a Zamask.

3  Hag Abram a lavaras: Setu ne'c'h eus ket roet din a lignez, dre-se an hini ganet em zi a vo va heritour.

4  Setu, ger an AOTROU a voe disklźriet dezhań, o lavarout: Hemań ne vo ket da heritour, met an hini a zeuio eus da lounezhi a vo da heritour.

5  Neuze e kasas anezhań er-maez hag e lavaras: Sell etrezek an neńv ha kont ar stered, mar gellez o c'hontań. Hag e lavaras: Evel-se e vo da lignez.

6  Abram a gredas an AOTROU, hag eń a gontas kement-se dezhań da reizhder.

7  Lavarout a reas: Me eo an AOTROU, an hini en deus da lakaet da vont kuit eus Ur ar Galdeiz, evit reiń dit ar vro-mań ha ma vo dit.

8  Lavarout a reas: AOTROU Doue, dre benaos ec'h anavezin e vo din?

9  Respont a reas dezhań: Kemer un annoar tri bloaz, ur c'havr tri bloaz, ur maout tri bloaz, un durzhunell hag ur goulmig.

10  Kemer a reas an holl draoł-se, o daouhanteras, ha e lakaas pep hanter dirak egile, met ne zaouhanteras ket al laboused.

11  An evned-preizh a zeuas war al loened marv, hag Abram o c'hasas kuit.

12  Evel ma'z ae an heol da guzhat, ur morgousk bras a gouezhas war Abram. Ha setu, ur spont hag un deńvalijenn vras a gouezhas warnań.

13  An AOTROU a lavaras da Abram: Gouez penaos da lignez a vo estrańjour en ur vro na vo ket dezhi, ha penaos e servijo an dud anezhi hag e vo gwasket e-pad pevar c'hant vloaz.

14  Met me a varno ar vroad ma vint bet sklavourien dindani, ha goude-se ez aint er-maez gant pinvidigezhioł bras.

15  Te a yelo e peoc'h etrezek da dadoł, sebeliet e vi goude ur gozhni eürus.

16  D'ar bedervet lignez, e tistroint amań, rak direizhder an Amoreaned n'eo ket c'hoazh leuniet.

17  Pa voe kuzhet an heol, e voe un deńvalijenn vras. Ha setu, e voe ur fornez mogedus, hag ur flamm-tan a dremenas etre ar c'harterioł lodennet.

18  En deiz-se, an AOTROU a reas un emglev gant Abram, o lavarout: Me a ro ar vro-mań da'z lignez, adalek stźr an Ejipt betek ar stźr vras, ar stźr Eufratez,

19  ar Genianed, ar Genizianed, ar Gadmoniz,

20  an Hitited, ar Ferezianed, ar Refaimed,

21  an Amoreaned, ar Gananeiz, ar C'hirgazianed hag ar Jebuziz.

 

Pennad 16

Sarai hag Agar

1  Sarai gwreg Abram n'he doa ket roet bugale dezhań. Bez' he doa ur vatezh Ejipsianez anvet Agar.

2  Sarai a lavaras da Abram: Setu, an AOTROU en deus va lakaet gaonac'h. Kae, me az ped, etrezek va matezh, marteze em bo bugale drezi. Abram a sentas ouzh mouezh Sarai.

3  Sarai gwreg Abram a gemeras Agar an Ejipsianez, he matezh, hag a roas anezhi da wreg da Abram he fried, goude m'en doe chomet dek vloaz e bro Ganaan.

4  Mont a reas eta da gavout Agar, hag e końsevas. Pa welas he doa końsevet, e tisprizas he mestrez.

5  Neuze Sarai a lavaras da Abram: An dismegańs a zo graet din a gouezh warnout. Lakaet em eus va matezh en da vruched, ha pa he deus gwelet he doa końsevet, e tisprizas ac'hanon. Ra varno an AOTROU etre me ha te!

6  Abram a respontas da Sarai: Setu, da vatezh a zo etre da zaouarn, gra dezhi evel ma plijo ganit. Sarai a wallgasas anezhi, hag e tec'has kuit azirazi.

7  Ael an AOTROU he c'havas e-kichen ur vammenn-dour er gouelec'h, an hini a zo war hent Shur.

8  Lavarout a reas: Agar matezh Sarai, a-belec'h e teuez ha da belec'h emaout o vont? Respont a reas: Tec'hout a ran a-zirak Sarai va mestrez.

9  Ael an AOTROU a lavaras: Kae en-dro da gavout da vestrez hag en em izela dindani.

10  Ael an AOTROU a lavaras: Me a gresko kement da lignez ken na c'hellor ket he c'hontań, ken niverus e vo.

11  Ael an AOTROU a lavaras: Setu, te a zo brazez hag e c'hani ur mab hag e c'halvi anezhań Ismael, rak Doue en deus da glevet e-barzh da c'hlac'har.

12  Heńvel e vo ouzh un azen gouez, e zorn a vo a-enep an holl ha dorn an holl a-enep dezhań, hag e vo o chom dirak e vreudeur.

13  Hi a c'halvas anv an AOTROU en doa komzet outi: Ata-El-Roi (= te eo an Doue am gwel). Rak e lavaras: Ha ne'm eus ket zoken amań gwelet an hini am gwele?

14  Setu perak e voe galvet ar puńs-se, Beer-Lahai-Roi (= puńs an hini a vev hag am gwel). Emań etre Kadesh ha Bered.

15  Agar a c'hanas ur mab da Abram, hag Abram a c'halvas ar mab he doa Agar ganet dezhań Ismael.

16  Abram a oa en oad a c'hwec'h vloaz ha pevar-ugent pa c'hanas Agar Ismael dezhań.

 

Pennad 17

Doue a cheńch anvioł Abram ha Sarai

1  Neuze, Abram o vezań en oad a naontek vloaz ha pevar-ugent, an AOTROU en em ziskouezas da Abram hag a lavaras: Me eo an Doue holl-c'halloudek, kerzh dirak va dremm ha bez didamall.

2  Diazezań a rin va emglev etrezon-me ha te, hag e kreskin ac'hanout kalz-meurbet.

3  Abram a gouezhas war e zremm ha Doue a gomzas outań, o lavarout:

4  Me eo, setu va emglev a zo ganit; te a zeuio tad da un engroez a vroadoł.

5  Ne vi ken galvet Abram, met da anv a vo Abraham, rak da lakaat a ran tad da un engroez a vroadoł.

6  Me a lakaio ac'hanout da vezań frouezhus kalz-meurbet, hag e rin ac'hanout broadoł; rouaned a zeuio ac'hanout.

7  Diazezań a rin va emglev etrezon-me ha te ha da lignez da c'houde, a-hed o rummoł, evit bezań un emglev peurbadus, hag e vin da Zoue hag hini da lignez da c'houde.

8  Reiń a rin dit ha da'z lignez da c'houde ar vro m'emaout o chom enni, holl vro Ganaan, evit he c'haout da viken, hag e vin o Doue.

9  Doue a lavaras da Abraham: Te a viro va emglev, te ha da lignez da c'houde, a-hed o rummoł.

10  Setu va emglev a virot, hag a vo etrezon-me ha c'hwi ha da lignez da c'houde: ma vo pep par en ho touez amdroc'het.

11  Amdroc'het e viot en ho kig, ha kement-se a vo sin an emglev etrezon-me ha c'hwi.

12  En oad a eizh deiz, pep par a vo amdroc'het en ho touez a-hed ho rummoł, kenkoulz an hini a zo ganet en ti, evel an hini prenet gant arc'hant digant un diavaeziad bennak na vo ket eus da ouenn.

13  Ne vanki ket d'amdroc'hań an hini a zo ganet en da di hag an hini a zo prenet gant da arc'hant, ha va emglev a vo en ho kig un emglev peurbadus.

14  Ar par diamdroc'h, an hini na vo ket bet amdroc'het en e gig, a vo lamet a-douez e bobl: torret en deus va emglev.

15  Doue a lavaras da Abraham: Diwar-benn Sarai da wreg, ne c'halvi ket hec'h anv Sarai, met Sara e vo hec'h anv.

16  Me he bennigo, ha zoken e roin ur mab dit diouti. He bennigań a rin hag e teuio da vezań broadoł. Rouaned pobloł a zeuio diouti.

17  Abraham a gouezhas war e zremm. Neuze e c'hoarzhas hag e lavaras en e galon: Ha genel a rafe ur bugel d'un den en oad a gant vloaz? Ha Sara en oad a zek vloaz ha pevar-ugent, ha genel a rafe?

18  Hag Abraham a lavaras da Zoue: Ra c'hello Ismael bevań dirazout!

19  Doue a lavaras: A-dra-sur, Sara da wreg a c'hano ur mab dit hag e c'hlavi anezhań Izaak. Diazezań a rin va emglev gantań, un emglev peurbadus evit e lignez war e lerc'h.

20  Da selaou a ran diwar-benn Ismael. Setu, e vennigan anezhań hag e lakain anezhań da vezań frouezhus ha da greskiń kalz-meurbet, tad e vo da zaouzek prińs, hag e rin anezhań ur vroad vras.

21  Met va emglev a ziazezin gant Izaak, an hini a c'hano Sara dit d'an amzer-mań er bloaz nesań.

22  P'en doe echuet da gomz gantań, Doue a bignas a-gichen Abraham.

23  Abraham a gemeras Ismael e vab, ar re holl a oa bet ganet en e di hag ar re holl en doa prenet gant e arc'hant, an holl bared a oa e-touez tud e di, hag ec'h amdroc'has o c'hig an deiz-se memes, evel m'en doa lavaret Doue.

24  Abraham a oa en oad a naontek vloaz ha pevar-ugent pa voe amdroc'het.

25  Ismael e vab a oa en oad a drizek vloaz pa voe amdroc'het.

26  Abraham hag Ismael e vab a voe amdroc'het d'an deiz-se.

27  Holl dud e di, ar re a oa bet ganet en e di hag ar re a oa bet prenet gant arc'hant digant an diavaezidi, a voe amdroc'het gantań.

 

Pennad 18

Aeled Doue. Erbedenn Abraham evit Sodom

1  Neuze an AOTROU en em ziskouezas dezhań e dervennoł Mamre, pa edo azezet e toull-dor e deltenn e-pad tommder an deiz.

2  Sevel a reas e zaoulagad hag e sellas: setu, tri den a oa en o sav dirazań. Adalek ma o gwelas, e redas a-raok dezho eus toull-dor e deltenn hag en em stouas d'an douar.

3  Hag e lavaras: Va Aotrou, da bediń a ran, mar em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, na dremen ket e-biou da servijer.

4  Ra vo kemeret, me ho ped, ur bannac'h dour, ha gwalc'hit ho treid ha diskuizhit dindan ar wezenn-mań.

5  Degas a rin un tamm bara hag e kreńvaot ho kalon; goude-se e tremenot e-biou, rak evit-se eo oc'h tremenet tost d'ho servijer. Lavarout a rejont: Gra evel ma ec'h eus lavaret.

6  Abraham a yeas buan en e deltenn da gavout Sara, hag e lavaras: Degas buan tri sea (~ 35 l) flour bleud, toaz ha gra gwastell ganto.

7  Abraham a redas da gichen an tropell, a gemeras ul leue tener ha mat, en roas d'ar servijer, hag hemań a hastas e fichań.

8  Kemer a reas amann ha laezh, hag al leue a oa fichet, hag o lakaas dirazo. Eń en em zalc'has dirazo didan ar wezenn, hag e tebrjont.

9  Lavarout a rejont: Pelec'h emań Sara da wreg? Respont a reas: Setu hi aze en deltenn.

10  Unan a lavaras: Ne vankin ket da zistreiń da'z kavout d'ar poent-mań eus ar bloaz, ha Sara da wreg he devo ur mab. Sara a selaouas diouzh toull-dor an deltenn a oa a-drek dezhań.

11  Abraham ha Sara a oa kozh hag erruet en oad. Sara n'he doa ken ar pezh o deus ar gwragez ar c'hiz da gaout.

12  Sara a c'hoarzhas enni hec'h-unan, o lavarout: Pa'z on kozh, ha bez' em befe ar blijadur-se? Va aotrou a zo kozh ivez.

13  An AOTROU a lavaras da Abraham: Perak 'ta he deus c'hoarzhet Sara, o lavarout: Ha genel a rafen e gwirionez, kozh evel ma'z on?

14  Hag e vefe un dra bennak dibosupl d'an AOTROU? D'an amzer lavaret, e tistroin da'z kavout d'ar poent-mań eus ar bloaz, ha Sara he devo ur mab.

15  Sara a nac'has, o lavarout: Ne'm eus ket c'hoarzhet, rak aon he doe. Met eń a lavaras: Geo, c'hoarzhet ec'h eus.

16  An dud-se a savas ac'hane hag a sellas etrezek Sodom. Abraham a yeas ganto d'o ambroug.

17  An AOTROU a lavaras: Ha kuzhat a rin da Abraham ar pezh a rin,

18  pa zle Abraham dont da vezań ur vroad vras ha galloudek, ha ma vo holl vroadoł an douar benniget ennań?

19  Rak e anavezet em eus evit ma c'hourc'hemenno d'e vibien ha d'e diegezh war e lerc'h mirout hent an AOTROU, en ur ober kement a zo reizh hag eeun, evit ma lakaio an AOTROU da zont war Abraham ar pezh en deus lavaret anezhań.

20  An AOTROU a lavaras: Ar c'hri a-enep Sodom ha Gomora a zo kresket hag o fec'hed a zo bras-meurbet.

21  Fellout a ra din diskenn ha gwelout hag-eń o deus graet e gwirionez hervez ar c'hri a zo deuet betek ennon; ha ma n'emań ket evel-se, me en gouezo.

22  An dud-se a bellaas hag a yeas etrezek Sodom. Met Abraham en em zalc'has c'hoazh dirak an AOTROU.

23  Abraham a dostaas hag a lavaras: Ha lakaat a ri ivez an hini reizh da vezań kollet gant an hini fallakr?

24  Marteze ez eus hanter-kant den reizh e kźr: o c'holl a ri ivez, ha ne bardoni ket d'al lec'h-se abalamour d'an hanter-kant den reizh-se a zo e-barzh?

25  Ne c'hoarvezo ket e ri un hevelep tra, ma lakafes da vervel an den reizh gant an den fallakr, en hevelep doare ma vefe kemeret an den reizh evel an den fallakr. Nann, ne ri ket! An hini a varn an douar holl, ha ne raio ket hervez ar reizhder?

26  An AOTROU a lavaras: Mar kavan e Sodom hanter-kant den reizh e kźr, e pardonin da holl gźr abalamour dezho.

27  Abraham a gomzas hag a lavaras: Setu, e hardishaan hag e komzan ouzh an Aotrou, petra bennak ma n'on nemet poultr ha ludu.

28  Marteze e vanko pemp war an hanter-kant den reizh-se, ha distrujań a ri an holl gźr abalamour da bemp? Eń a respontas: Ne zistrujin ket anezhi mar kavan enni pemp den reizh ha daou-ugent.

29  Abraham a gendalc'has da gomz dezhań, o lavarout: Marteze en em gavo enni daou-ugent? Hag e lavaras: Ne rin ket dre garantez evit an daou-ugent-se.

30  Abraham a lavaras: Pediń a ran an Aotrou na gemero ket a zroug ouzhin hag e komzin. Marteze en em gavo enni tregont. Hag e lavaras: Ne rin ket mar kavan enni tregont.

31  Abraham a lavaras: Setu, e hardishaan hag e komzan ouzh an Aotrou. Marteze n'en em gavo enni nemet ugent. Hag e lavaras: N'he distrujin ket dre garantez evit an ugent-se.

32  Abraham a lavaras: Pediń a ran an Aotrou na gemero ket a zroug ouzhin hag e komzin ar wech-mań hepken. Marteze en em gavo enni dek. Hag e lavaras: N'he distrujin ket dre garantez evit an dek-se.

33  An AOTROU a yeas en e hent p'en doe echuet da gomz gant Abraham. Hag Abraham a zistroas d'e chomlec'h.

 

Pennad 19

Distruj ar c'hźrioł kablus

1  An daou ael a erruas e Sodom d'an abardaez. Lot a oa azezet e-tal dor Sodom. Lot o gwelas, a savas evit mont a-raok dezho hag a stouas e zremm d'an douar.

2  Neuze e lavaras: Setu, me ho ped va Aotrounez, deuit da lojań e ti ho servijer, tremenit an noz ennań, gwalc'hit ho treid, warc'hoazh ar beure e savot hag e kendalc'hot hoc'h hent. Ar re-mań a lavarjont: Nann, ni a dremeno an noz er straed.

3  Met kement e talc'has warno ma'z ejont da lojań gantań ha ma teujont en e di. Ur fest a roas, hag e lakaas da boazhań bara hep goell. Ha debriń a rejont.

4  Ne oant ket c'hoazh aet da gousket, ma teuas gwazed kźr, gwazed Sodom, en-dro d'an ti, adalek ar re yaouankań betek ar re goshań, an holl bobl a-unan.

5  O c'hervel Lot, e lavarjont: Pelec'h emań an dud a zo deuet en da di en nozvezh-mań? Laka anezho da zont er-maez evit ma'c'h anavezimp anezho.

6  Lot a yeas d'o c'havout e digor e di hag a serras an nor war e lerc'h.

7  Lavarout a reas: Me ho ped, va breudeur, na rit ket a zroug!

8  Setu, em eus div werc'h n'o deus anavezet gwaz ebet, o degas a rin deoc'h hag e reot dezho ar pezh a blijo ganeoc'h. Hogen na rit netra d'an dud-se abalamour ma'z int deuet e skeud va zoenn.

9  Lavarout a rejont: En em denn alese! Lavarout a rejont c'hoazh: Hemań a zo deuet amań evel diavaeziad hag en em vesk da varn! Ac'hanta, ni a raio dit gwashoc'h egeto. Hag, o waskań Lot gant taerder, e tostajont da derriń an nor.

10  An dud-se, oc'h astenn o daouarn, a lakaas Lot da zont en ti ganto hag a serrjont an nor.

11  Hag e skojont a zallidigezh ar re a oa dirak digor an ti, adalek an hini bihanań betek an hini brasań, en hevelep doare ma skuizhjont o klask an nor.

12  An dud-se a lavaras da Lot: Piv c'hoazh a zo amań ganit? Mibien-kaer, mibien, merc'hed ha kement a zo dit, laka anezho holl da vont ac'hann.

13  Rak emaomp o vont da zistrujań al lec'h-mań, dre ma'z eo bras dirak an AOTROU ar c'hri a-enep tud al lec'h-mań. An AOTROU en deus hon degaset evit e zistrujań.

14  Lot a yeas hag a gomzas ouzh e vibien-kaer, ar re o doa kemeret e verc'hed, hag a lavaras: Savit, kit kuit eus al lec'h-mań, rak emań an AOTROU o vont da zistrujań ar gźr. Met e vibien-kaer a gredas e rae goap.

15  Adalek ma savas gouloł-deiz, an aeled a vountas Lot, o lavarout: Sav, kemer da wreg ha da ziv verc'h a zo amań, gant aon na vefes kollet e kastiz ar gźr.

16  Hag evel ma talee, an dud-se a grogas en e zorn. Kemer a rejont ivez dorn e wreg ha re e ziv verc'h, dre ma felle d'an AOTROU e espern. Degas a rejont anezhań er-maez eus kźr.

17  Raktal, evel ma o doe lakaet anezho er-maez, unan a lavaras: Savete da vuhez, na sell ket war da lerc'h ha na zale e lec'h ebet eus ar blaenenn. En em savete war ar menez, gant aon na vefes kollet.

18  Lot a respontas: Nann, Aotrou,

19  da bediń a ran, setu, da servijer en deus kavet trugarez dirak da zaoulagad, hag ec'h eus diskouezet da vadelezh em c'heńver en ur salviń din va buhez. Met ne c'hellan ket en em saveteiń war ar menez a-raok ma teuio ar gwall da'm zapout, hag e varvin.

20  Setu, ar gźr-mań a zo tost a-walc'h evit tec'hout enni, ha bihan eo. Ra en em savetein enni me az ped, ha n'eo ket bihan? Ra vevo va ene!

21  Hag e lavaras: Setu, e roan dit c'hoazh ar c'hras-se, ne zistrujin ket ar gźr ac'h eus komzet diwar he fenn.

22  Hast en em saveteiń enni, rak ne c'hellan ober netra betek ma vi aet enni. Setu perak e voe anvet ar gźr-se Zoar.

23  Evel ma save an heol war an douar, Lot a yeas e Zoar.

24  Neuze an AOTROU a lakaas da gouezhań war Sodom ha Gomora glav soufr ha tan a-berzh an AOTROU eus krec'h an neńvoł.

25  Distrujań a reas ar c'hźrioł-se, ar blaenenn a-bezh, holl dud ar c'hźrioł hag ar pezh a gresk war an douar.

26  Gwreg Lot a sellas war he lerc'h, hag e teuas da vezań un delwenn holen.

27  Abraham a savas beure-mat hag a zeuas el lec'h ma oa en em zalc'het dirak an AOTROU.

28  Sellout a reas etrezek Sodom ha Gomora, ha war holl c'horre bro ar blaenenn, hag e welas o pignat eus an douar ur vogedenn evel mogedenn ur fornez.

29  Pa zistrujas Doue kźrioł ar blaenenn, Doue en doa sońj eus Abraham. Hag e lakaas Lot da vont kuit eus kreiz an dismantr, pa ziskaras ar c'hźrioł m'en doa chomet Lot enno.

30  Lot a bignas eus Zoar hag a chomas er menez gant e ziv verc'h, rak aon en doa da chom e Zoar. Hag e chomas en ur c'hev, eń hag e ziv verc'h.

31  An hini henań a lavaras d'an hini yaouankań: Hon tad a zo kozh ha n'eus den war an douar da zont etrezek ennomp hervez giz an douar holl.

32  Deus, roomp gwin da evań d'hon tad ha kouskomp gantań evit ma virimp gouenn hon tad.

33  Hag e rojont da evań d'o zad gwin en noz-se. An hini henań a zeuas hag a gouskas gant he zad. Ha ne ouezas ket pegoulz e kouskas na pegoulz e savas.

34  An deiz war-lerc'h, an hini henań a lavaras d'an hini yaouankań: Setu, kousket em eus en noz tremenet gant va zad, roomp gwin da evań dezhań c'hoazh en noz-mań. Neuze kae ha kousk gantań evit ma virimp gouenn hon tad.

35  Hag e rojont da evań d'o zad gwin en noz-se. An hini yaouankań a zeuas hag a gouskas gantań. Ha ne ouezas ket pegoulz e kouskas na pegoulz e savas.

36  Div verc'h Lot a gońsevas diouzh o zad.

37  An hini henań a c'hanas ur mab hag en galvas Moab. Hemań eo tad ar Voabiz betek hiziv.

38  An hini yaouankań ivez a c'hanas ur mab hag en galvas Ben-Ammi. Hemań eo tad an Ammoniz betek hiziv.

 

Pennad 20

Abraham hag Abimelek

1  Abraham a yeas ac'hane war-zu bro ar C'hreisteiz, hag e chomas etre Kadesh ha Shur. Chom a reas e Gerar.

2  Abraham a lavaras eus Sara e wreg: Va c'hoar eo. Abimelek, roue Gerar, a gasas da skrapań Sara.

3  Met Doue a zeuas da gavout Abimelek en noz dre un huńvre hag a lavaras: Setu, te a zo marv abalamour d'ar wreg ac'h eus kemeret, rak ur pried he deus.

4  Abimelek n'en doa ket tostaet outi. Respont a reas: Aotrou, ha lakaat a ri zoken da vezań kollet ur vroad reizh?

5  Ha n'en deus ket lavaret din: Va c'hoar eo? Hi ivez, ha n'he deus ket lavaret din: Va breur eo? En eeunded va c'halon hag e digablusted va daouarn eo em eus graet kement-se.

6  Doue a lavaras dezhań en un huńvre: Gouzout a ran ec'h eus graet kement-se en eeunded da galon, setu perak em eus da harzet da bec'hiń a-enep din. Dre-se eo n'em eus ket da lezet da stekiń outi.

7  Met bremań rent e wreg d'an den-se, rak ur profed eo; pediń a raio evidout hag e vevi. Met ma ne rentez ket anezhi, gouez penaos e varvi a-dra-sur, te ha kement a zo dit.

8  Abimelek a savas beure-mat, a c'halvas e holl servijerien hag a lavaras dezho an holl draoł-mań. An dud-se a voe leuniet a zoujańs.

9  Abimelek a c'halvas ivez Abraham hag a lavaras: Petra ac'h eus graet deomp? Hag e petra em eus manket dit, ma ec'h eus lakaet da zont warnon ha war va rouantelezh ur pec'hed ken bras? Graet ec'h eus em c'heńver traoł na dleer ket ober.

10  Abimelek a lavaras da Abraham: Petra a sońjes en ur ober evel-se?

11  Abraham a respontas: Lavaret em boa ennon va-unan: N'eus ket a-dra-sur doujańs Doue el lec'h-mań, hag e lazhint ac'hanon abalamour da'm gwreg.

12  Met e gwirionez va c'hoar eo ivez, merc'h da'm zad, hogen n'eo ket merc'h da'm mamm hag eo deuet da vezań va gwreg.

13  Pa lakaas Doue ac'hanon da gantren pell eus ti va zad, e lavaris dezhi: Setu ar vadelezh a ri din, en holl lec'hioł ma'z aimp, lavar ac'hanon: Va breur eo.

14  Abimelek a gemeras deńved hag ejened, mevelien ha mitizhien, hag e roas anezho da Abraham. Rentań a reas dezhań Sara e wreg.

15  Abimelek a lavaras: Setu va bro a zo dirazout, chom e-lec'h ma plijo dit.

16  Lavarout a reas da Sara: Setu, em eus roet da'z preur mil pezh arc'hant; bez' e vo evidout ur gouel war da zaoulagad dirak ar re holl a zo ganit, hag e-kichen an holl e vi reishaet.

17  Abraham a bedas Doue, ha Doue a yac'haas Abimelek, e wreg hag e vitizhien, hag e c'hanjont.

18  Rak an AOTROU en doa serret ar mammoł en holl di Abimelek, abalamour da Sara gwreg Abraham.

 

Pennad 21

Ganedigezh Izaak. Agar a zo argaset

1  An AOTROU a weladennas Sara evel m'en doa lavaret, hag an AOTROU a reas da Sara evel m'en doa komzet.

2  Sara a gońsevas hag a c'hanas ur mab da Abraham en e gozhni, en amzer m'en doa lavaret Doue.

3  Abraham a c'halvas ar mab a oa bet ganet dezhań, a oa bet ganet dezhań gant Sara, Izaak.

4  Abraham a amdroc'has Izaak e vab d'an oad a eizh deiz, evel m'en doa gourc'hemennet Doue dezhań.

5  Abraham a oa en oad a gant vloaz pa voe Izaak e vab ganet dezhań.

6  Sara a lavaras: Doue en deus graet din un dra a lakaio da c'hoarzhin, ar re holl en anavezo a c'hoarzho diwar va fenn.

7  Lavarout a reas: Piv en dije lavaret da Abraham e roje Sara da zenań da vugale? Rak ganet em eus dezhań ur mab en e gozhni.

8  Ar bugel a greskas hag a voe dizonet. Abraham a reas ur fest vras en deiz ma voe Izaak dizonet.

9  Sara a welas mab Agar an Ejipsianez o c'hoarzhin, an hini he doa ganet da Abraham.

10  Hag e lavaras da Abraham: Kas kuit ar vatezh-se hag he mab, rak mab ar vatezh-se ne vo ket hźr gant va mab, gant Izaak.

11  Ar gomz-mań a zisplijas kalz da Abraham abalamour d'e vab.

12  Met Doue a lavaras da Abraham: Ra ne zisplijo ket kement-se dit abalamour d'ar bugel ha da'z matezh. Petra bennak ma lavaro dit Sara, sent ouzh he c'homz, rak en Izaak eo e vo anvet da lignez.

13  Me a raio ivez eus mab ar vatezh ur vroad, dre ma'z eo eus da ouenn.

14  Abraham a savas beure-mat, a gemeras bara hag ur sac'h-dour hag o roas da Agar. O lakaat a reas war he skoaz, reiń a reas dezhi ar bugel hag he c'hasas kuit. Hag ez eas hag e kerzhas e gouelec'h Beer-Sheba.

15  Pa voe goullo ar sac'h-lźr, e lezas ar bugel dindan bodoł gwez.

16  Mont a reas d'azezań dirazań war hed un tenn gwareg, rak lavarout a rae: Ra ne welin ket ar bugel o vervel! Hi a azezas dirazań, a savas he mouezh hag a ouelas.

17  Doue a glevas mouezh ar bugel, hag ael Doue a c'halvas Agar diouzh an neńv hag a lavaras: Petra ac'h eus Agar? Na'z pez ket aon, rak Doue en deus klevet mouezh ar bugel aze, el lec'h m'emań.

18  Sav, kemer ar bugel ha dalc'h anezhań dre e zorn, rak me a raio dioutań ur bobl vras.

19  Doue a zigoras dezhi he daoulagad, hag e welas ur puńs dour. Mont a reas da leuniań ennań ar sac'h-lźr hag e roas da evań d'ar bugel.

20  Doue a voe gant ar bugel hag e kreskas. Chom a reas er gouelec'h hag e teuas da vezań un tenner gwareg.

21  Chom a reas e gouelec'h Paran hag e vamm a gemeras dezhań ur wreg eus bro Ejipt.

22  Hag e c'hoarvezas en amzer-se penaos Abimelek, gant Pikol penn e arme, a gomzas da Abraham, o lavarout: Doue a zo ganit e kement a rez.

23  Bremań eta, tou din amań dre anv Doue penaos ne douelli na me, na va bugale, na va bugale-vihan, ha penaos e ri em c'heńver hag e-keńver ar vro ec'h eus chomet enni an hevelep trugarez evel ma em eus graet en da geńver.

24  Abraham a respontas: Henn touiń a rin dit.

25  Met Abraham en em glemmas da Abimelek diwar-benn ur puńs dour a oa bet kemeret dre heg gant servijerien Abimelek.

26  Abimelek a respontas: N'ouzon ket piv en deus graet kement-se; te da-unan ne'z poa lavaret netra din, ha me ne'm eus klevet nemet hiziv komz a gement-se.

27  Abraham a gemeras deńved hag ejened hag o roas da Abimelek, hag e rejont o-daou un emglev.

28  Abraham a lakaas a-du seizh dańvad yaouank eus an tropell.

29  Abimelek a lavaras da Abraham: Petra eo ar seizh dańvad yaouank-se ac'h eus lakaet a-du.

30  Respont a reas: Degemer a ri ar seizh dańvad yaouank-se eus va dorn, evit ma vo kement-se un testeni em eus kleuzet ar puńs-se.

31  Setu perak e c'halvas al lec'h-se Beer-Sheba (= puńs al le), rak touiń a rejont o-daou.

32  Ober a rejont eta un emglev e Beer-Sheba. Neuze Abimelek a savas gant Pikol penn e arme, hag e tistrojont da vro ar Filistined.

33  Abraham a blantas un damarisklenn e Beer-Sheba hag a c'halvas eno anv an AOTROU, an Doue peurbadus.

34  Abraham a voe o chom e-pad pell e bro ar Filistined.

 

Pennad 22

Aberzh Izaak

1  C'hoarvezout a reas, goude an traoł-mań, ma'c'h amprouas Doue Abraham, hag e lavaras dezhań: Abraham! Eń a respontas: Setu me amań!

2  Lavarout a reas: Kemer da vab, da vab nemetań, an hini a garez, Izaak, ha kae gantań da vro v-Moria, hag eno kinnig anezhań e loskaberzh war unan eus ar menezioł a lavarin dit.

3  Abraham a savas beure-mat, a sternas e azen, a gemeras daou eus e vevelien gantań hag Izaak e vab. Faoutań a reas koad evit al loskaberzh hag ez eas etrezek al lec'h m'en doa lavaret Doue.

4  D'an trede devezh, Abraham, o sevel e zaoulagad, a welas al lec'h a-bell.

5  Abraham a lavaras d'e vevelien: Chomit amań gant an azen, me hag ar bugel a yelo betek aze hag ec'h azeulimp, ha neuze e tistroimp d'ho kavout.

6  Abraham a gemeras ar c'hoad evit al loskaberzh hag en lakaas war Izaak e vab. Neuze e kemeras an tan hag ar gontell en e zorn; hag ez ejont o-daou asambles.

7  Neuze Izaak a gomzas da Abraham e dad hag a lavaras: Va zad! Eń a respontas: Setu me amań, va mab! Lavarout a reas: Setu an tan hag ar c'hoad, met pelec'h emań an oan evit al loskaberzh?

8  Abraham a respontas: Va mab, Doue a bourvezo e-unan an oan evit al loskaberzh. Hag e kerzhjont o-daou asambles.

9  Dont a rejont d'al lec'h m'en doa lavaret Doue. Abraham a savas eno un aoter, a renkas ar c'hoad, a liammas Izaak e vab hag a lakaas anezhań war an aoter, dreist ar c'hoad.

10  Neuze Abraham a astennas e zorn hag a gemeras ar gontell evit lazhań e vab.

11  Met ael an AOTROU a grias dezhań eus an neńvoł hag a lavaras: Abraham, Abraham! Eń a respontas: Setu me amań!

12  Lavarout a reas: Na zoug ket da zorn war ar bugel ha na ra netra dezhań. Rak bremań ec'h anavezan penaos e toujez Doue, pa ne'c'h eus ket espernet da vab, da vab nemetań.

13  Abraham a savas e zaoulagad hag a sellas, ha setu e oa a-dreńv dezhań ur maout dalc'het dre e gerniel e-touez an drein. Abraham a yeas da gemer ar maout hag a ginnigas anezhań e loskaberzh e-lec'h e vab.

14  Abraham a c'halvas al lec'h-se Jehova-Jire (= an AOTROU a bourvezo), en hevelep doare ma lavarer hiziv: War Venez an AOTROU e vo pourvezet.

15  Ael an AOTROU a grias eus an neńv da Abraham evit an eil gwech

16  hag a lavaras: Touiń a ran drezon va-unan, a lavar an AOTROU, penaos pa ec'h eus graet kement-se ha pa ne'c'h eus ket espernet da vab, da vab nemetań,

17  me a vennigo ac'hanout a-dra-sur, hag e kreskin da lignez a-dra-sur evel stered an neńvoł hag evel an traezh a zo war vord ar mor, ha da'z lignez e vo dalc'h dor hec'h enebourien.

18  Holl vroadoł an douar a vo benniget en da lignez, dre ma ec'h eus sentet ouzh va mouezh.

19  Abraham a zistroas da gavout e vevelien, hag e savjont hag ez ejont asambles da Veer-Sheba. Abraham a oa o chom e Beer-Sheba.

20  Goude an traoł-mań, e voe lavaret da Abraham: Setu, Milka he deus ganet ivez bugale da Nakor da vreur:

21  Uz e gentań-ganet, Buz e vreur, Kemuel tad Aram,

22  Kezed, Hazo, Pildash, Jidlaf ha Betuel.

22  Betuel a voe tad da Rebeka. Milka a c'hanas an eizh-se da Nakor breur Abraham.

24  E adwreg anvet Reuma, a c'hanas ivez Teba, Gaham, Tahash ha Maaka.

 

Pennad 23

Marv Sara. Abraham a bren Makpela

1  Sara a vevas kant seizh vloaz warn-ugent, ar re-se eo bloavezhioł buhez Sara.

2  Sara a varvas e Kirjad-Arba, a zo Hebron e bro Ganaan. Abraham a zeuas d'ober kańv da Sara ha da ouelań dezhi.

3  Neuze Abraham a savas a-zirak e varv hag a gomzas da vugale Hed:

4  Me zo un diavaeziad hag un ostiziad en ho touez, roit din ar gwir d'ober ur bez en ho touez evit ma sebeilhin va marv ha ma lamin anezhań azirazon.

5  Mibien Hed a respontas da Abraham, o lavarout:

6  Selaou ac'hanomp, va aotrou. Ur prińs a-berzh Doue emaout en hor c'hreiz, sebeilh da varv en hini eus hor bezioł a zibabo. Hini ac'hanomp ne viro ouzhit e vez evit sebeliań da varv.

7  Neuze Abraham a savas hag en em stouas dirak pobl ar vro, dirak bugale Hed.

8  Lavarout a reas: Mar plij ganeoc'h e sebeilhfen va marv hag e lamfen anezhań azirazon, selaouit ac'hanon hag erbedit evidon e-kichen Efron mab Zohar,

9  evit ma roio din kev Makpela a zo dezhań hag a zo e penn e bark; ra roio din anezhań evit e dalvoudegezh leun, evel ul lec'h-bez a vo din en ho kreiz.

10  Efron a oa azezet e-touez mibien Hed. Hag Efron an Hitit a respontas da Abraham dirak mibien Hed a selaoue anezhań ha dirak ar re holl a yae e-barzh dre zor e gźr, hag e lavaras:

11  Nann, va aotrou, selaou ouzhin: Ar park a roan dit, ar c'hev a zo ennań a roan dit ivez. E reiń a ran dit dirak mibien va fobl; sebeilh da varv.

12  Abraham en em stouas dirak pobl ar vro.

13  Komz a reas da Efron dirak pobl ar vro a selaoue anezhań, hag e lavaras: Koulskoude, selaou ac'hanon me az ped: Me a ro arc'hant ar park, kemer anezhań diganin hag e sebeilhin ennań va marv.

14  Efron a respontas da Abraham, o lavarout:

15  Va aotrou, selaou ac'hanon: Un douar a bevar c'hant sikl arc'hant (~ 4 kg a arc'hant)  etre te ha me, petra eo kement-se?

16  Abraham a glevas Efron; Abraham a bouezas da Efron an arc'hant en doa lavaret dirak mibien Hed, pevar c'hant sikl arc'hant o kaout red e ti ar marc'hadour.

17  Park Efron a oa e Makpela dirak Mamre, ar park hag ar c'hev a oa ennań hag an holl wez a oa er park betek e harzoł tro-dro,

18  a voe suraet e dalc'h da Abraham dirak mibien Hed, dirak ar re holl a yae e-barzh dre zor e gźr.

19  Goude-se, Abraham a sebelias Sara e wreg e kev park Makpela dirak Mamre, a zo Hebron e bro Ganaan.

20  Ar park hag ar c'hev a zo ennań a voe suraet gant an Hitited da Abraham evel ul lec'h-bez a oa dezhań.

 

Pennad 24

Abraham a gas e servijer da zibab Rebeka evit Izaak

1  Abraham a oa kozh hag oadet bras. An AOTROU en doa benniget Abraham en holl draoł.

2  Abraham a lavaras d'e servijer, an hini koshań en e di, an hini a oa mestr war kement a oa dezhań: Laka, me az ped, da zorn dindan va morzhed,

3  hag e lakain ac'hanout da douiń dre an AOTROU, Doue an neńv ha Doue an douar, na gemeri ket ur wreg da'm mab a-douez merc'hed ar Gananeiz, emaon o chom en o zouez.

4  Met mont a ri da'm bro, etrezek va c'herent, hag e kemeri eno ur wreg evit va mab, evit Izaak.

5  Ar servijer a respontas: Marteze ne fello ket d'ar wreg heuliań ac'hanon betek ar vro-mań. Ha ret e vo din kas da vab d'ar vro ma oas deuet diouti?

6  Abraham a lavaras: Diwall da gas di va mab en-dro!

7  An AOTROU, Doue an neńv, an hini en deus va c'hemeret eus ti va zad hag eus bro va ganedigezh, an hini en deus komzet ouzhin hag en deus touet din, o lavarout: Reiń a rin da'z lignez ar vro-mań, a gaso e-unan dirazout e ael, hag e kemeri ac'hane ur wreg evit va mab.

8  Ma ne fell ket d'ar wreg heuliań ac'hanout, e vi kuit eus al le-mań a c'houlennan diganit. Hogen na gas ket di va mab en-dro.

9  Ar servijer a lakaas e zorn dindan morzhed Abraham e vestr, hag e touas dezhań ober kement en doa lavaret.

10  Ar servijer a gemeras dek kańval a-douez kańvaled e vestr hag a yeas kuit, o kas gantań pep seurt madoł digant e vestr etre e zaouarn. Sevel a reas eta hag a yeas e Mezopotamia, e kźr Nakor.

11  Lakaat a reas ar c'hańvaled d'en em ziskuizhań war o daoulin e-maez eus kźr e-kichen ur puńs dour, war-dro an abardaez, d'an eur ma'z ae er-maez ar merc’hed a yae da dennań dour.

12  Lavarout a reas: AOTROU, Doue va mestr Abraham, laka ac'hanon, me az ped, da gavout hiziv ar pezh a glaskan, ha diskouez madelezh e-keńver va mestr Abraham.

13  Setu, en em zalc'han e-tal ar vammenn, ha merc'hed tud kźr a zeu da dennań dour.

14  Ar plac'h yaouank ma lavarin dezhi: Izela, me az ped, da bod evit ma'c'h evin, hag a responto: Ev ha me a zouraio ivez da gańvaled, ra vo houmań an hini ac'h eus dibabet evit da servijer Izaak! Hag ec'h anavezin dre eno e tiskouezez madelezh e-keńver va mestr.

15  A-raok m'en doe echuet da gomz, setu, Rebeka, merc'h Betuel, mab Milka, gwreg Nakor, breur Abraham, a zeue er-maez gant he fod war he skoaz.

16  Ar plac'h yaouank a oa gwall gaer. Gwerc'hez e oa ha gwaz ebet n'en doa hec'h anavezet. Diskenn a reas d'ar vammenn, leuniań a reas he fod, hag ec'h adpignas.

17  Ar servijer a redas dirazi hag a lavaras: Lez ac'hanon da evań, me az ped, ur banne dour eus da bod.

18  Hi a lavaras: Ev, va aotrou. Hag e hastas izelaat he fod war he dorn, hag e roas dezhań da evań.

19  P'he doe echuet da reiń dezhań da evań, e lavaras: Tennań a rin ivez evit da gańvaled, betek m'o devo echuet da evań.

20  Hag e hastas goullonderiń he fod el laouer, e redas d'ar puńs da dennań dour, hag e tennas evit an holl gańvaled.

21  An den a selle outi hag a chome souezhet ha sioul, o klask da c'houzout hag-eń en doa roet an AOTROU tro vat pe nann d'e veaj.

22  P'o doe echuet ar c'hańvaled da evań, an den a gemeras ur walenn-aour a boueze ur beka (~ 5 g) ha div dro-vrec'h evit he daouarn a boueze dek sikl aour.

23  Lavarout a reas: Da biv ez out merc'h? Lavar din me az ped. Ha bez' ez eus e ti da dad lec'h evidomp da dremen an noz?

24  Hi a lavaras: Merc'h da Vetuel on, ar mab a c'hanas Milka da Nakor.

25  Lavarout a reas c'hoazh: Bez' ez eus du-mań kalz a blouz hag a foenn, hag ivez lec'h evit tremen an noz.

26  An den a soublas e benn hag en em stouas dirak an AOTROU,

27  hag e lavaras: Benniget ra vo an AOTROU, Doue va mestr Abraham, ha n'en deus ket paouezet da vezań trugarezus ha gwirion e-keńver va mestr! Pa oan en hent, an AOTROU en deus va renet e ti breudeur va mestr.

28  Ar plac'h yaouank a redas da lavarout an traoł-mań da di he mamm.

29  Rebeka he doa ur breur anvet Laban. Laban a redas er-maez etrezek an den e-kichen ar vammenn.

30  Kerkent ha m'en doa gwelet ar walenn hag an troioł-brec'h e daouarn e c'hoar ha m'en doa klevet komzoł Rebeka e c'hoar, o lavarout: An den-se en deus komzet din evel-se, e teuas da gavout an den. Ha setu, en em zalc'he e-kichen ar c'hańvaled tost d'ar vammenn.

31  Lavarout a reas: Deus e-barzh, benniget gant an AOTROU! Perak en em zalc'hez er-maez? Kempennet em eus an ti hag ul lec'h evit ar c'hańvaled?

32  An den a yeas eta en ti. Laban a ziskargas ar c'hańvaled hag a roas plouz ha boued d'ar c'hańvaled, ha dour da walc'hiń e dreid ha treid an dud a oa gantań.

33  Hag e voe kinniget dezhań da zebriń. Met eń a lavaras: Ne zebrin ket ken am bo lavaret ar pezh am eus da lavarout. Komz! emezań.

34  Neuze e lavaras: Me eo servijer Abraham.

35  An AOTROU en deus benniget-meurbet va mestr, hag eo deuet da vezań bras. Roet en deus dezhań deńved hag ejened, arc'hant hag aour, mevelien ha mitizhien, kańvaled hag ezen.

36  Sara, gwreg va mestr, he deus ganet ur mab da'm mestr goude ma oa oadet, ha roet en deus dezhań kement en deus.

37  Va mestr en deus lakaet ac'hanon da douiń, o lavarout: Ne gemeri ket ur wreg da'm mab e-touez merc'hed Kanaan, er vro m'emaon o chom enni,

38  met mont a ri etrezek ti va zad ha war-zu va c'herentiezh, hag e kemeri eno ur wreg evit va mab.

39  Lavarout a ris da'm mestr: Marteze ne'm heulio ket ar wreg.

40  Respont a reas din: An AOTROU a gerzhan dirazań, a gaso e ael ganit hag a lakaio ac'hanout d'ober tro vat, hag e kemeri ur wreg evit va mab, eus va c'herentiezh, eus ti va zad.

41  Kuit e vi eus al le a rez din pa vi aet etrezek va c'herentiezh, ha ma ne roer ket anezhi dit, kuit e vi eus al le a rez din.

42  Pa'z on deuet hiziv d'ar vammenn, em eus lavaret: AOTROU, Doue va mestr Abraham, mar plij ganit lakaat da zont a-benn ar veaj am eus kemeret,

43  setu, en em zalc'han e-tal ar vammenn; ar plac'h yaouank a zeuio da dennań dour hag e lavarin dezhi: Ro din, me az ped, da evań ur banne dour eus da bod, hag a responto din:

44  Ev te da-unan hag e tennin ivez da'z kańvaled, ra vo houmań ar wreg en deus dibabet an AOTROU evit mab va mestr.

45  A-raok m'em boa echuet da gomz em c'halon, setu, Rebeka a zeue er-maez gant he fod war he skoaz. Diskennet eo d'ar vammenn ha tennet he deus dour. Lavaret em eus dezhi: Ro din da evań, me az ped.

46  Hastet he deus izelaat he fod diwar c'horre he skoaz, ha lavaret he deus din: Ev hag e roin ivez dour da'z kańvaled. Evet em eus ha roet he deus ivez da evań d'ar c'hańvaled.

47  Goulennoł am eus graet diouti, o lavarout: Da biv ez out merc'h? Respontet he deus din: Merc'h da Vetuel on, ar mab a c'hanas Milka da Nakor. Neuze em eus lakaet ar walenn war he fri hag an troioł-brec'h ouzh he daouarn.

48  Goude-se em eus soublet va fenn hag on en em stouet dirak an AOTROU, hag em eus benniget an AOTROU, Doue va mestr Abraham, eń hag en deus va renet eeun da gemer merc'h breur va mestr evit e vab.

49  Bremań, ma fell deoc'h bezań dereat ha leal e-keńver va mestr, disklźriit din; er c'hontrol, disklźriit din hag e troin a-zehou pe a-gleiz.

50  Laban ha Betuel a respontas hag a lavaras: An dra a zeu a-berzh an AOTROU, ne c'hellomp lavarout dit na fall na mad.

51  Setu, Rebeka a zo dirazout, kemer anezhi ha kae, ha ra vo gwreg mab da vestr evel m'en deus lavaret an AOTROU.

52  Adalek m'en doa klevet servijer Abraham ar gerioł-se, en em stouas d'an douar dirak an AOTROU.

53  Ar servijer a dennas traoł arc'hant, traoł aour ha dilhad, hag o roas da Rebeka. Reiń a reas ivez traoł prizius d'he breur ha d'he mamm.

54  Neuze e tebrjont hag ec'h evjont, eń hag an dud a oa gantań, hag e tremenjont an noz eno. Sevel a rejont an deiz war-lerc'h, hag ar servijer a lavaras: Kasit ac'hanon da'm mestr.

55  He breur hag he mamm a lavaras: Ra chomo ar plac'h yaouank ganeomp un nebeud deizioł, dek devezh. Neuze ez aio.

56  Eń a lavaras: Na zaleit ket ac'hanon, pa en deus benniget an AOTROU va beaj. Kasit ac'hanon kuit evit ma'z in da gavout va mestr.

57  Neuze e lavarjont: Galvomp ar plac'h yaouank ha goulennomp outi hec'h ali.

58  Gervel a rejont eta Rebeka hag e lavarjont: Ha fellout a ra dit mont gant an den-mań? Hag e respontas: Mont a rin.

59  Neuze e lezjont Rebeka o c'hoar da vont gant he magerez, gant servijer Abraham hag e dud.

60  Bennigań a rejont Rebeka hag e lavarjont: O hor c'hoar, bez mamm da viliadoł a zekviliadoł ha ra zalc'ho da lignez dor hec'h enebourien.

61  Rebeka hag he mitizhien a savas, a bignas war ar c'hańvaled hag a heulias an den-mań. Ar servijer a gemeras Rebeka hag a yeas en hent.

62  Izaak a zistroe eus Beer-Lahai-Roi (= puńs an hini a vev hag am gwel) hag a oa o chom e bro ar C'hreisteiz.

63  Izaak, o vezań aet da brederiań er parkeier d'an abardaez, a savas e zaoulagad, a sellas, ha setu kańvaled a errue.

64  Rebeka a savas he daoulagad, a welas Izaak hag a ziskennas diwar ar c'hańval.

65  Lavarout a reas d'ar servijer: Piv eo an den-se a zeu er parkeier a-raok deomp? Ar servijer a respontas: Va mestr eo. Hag e kemeras he gouel hag en em c'holoas.

66  Ar servijer a lavaras da Izaak an holl draoł en doa graet.

67  Izaak a gasas anezhi e teltenn Sara e vamm. Kemer a reas Rebeka a zeuas da vezań e wreg, hag e karas anezhi. Izaak a voe frealzet goude marv e vamm.

 

Pennad 25

Marv Abraham. Diskennidi Abraham. Ezaü a werzh e henańded

1  Abraham a gemeras ur wreg all anvet Ketura,

2  a c’hanas dezhań Zimran, Jokshan, Medan, Madian, Jishbak ha Shuak.

3  Jokshan a voe tad da Seba ha Dedan. Mibien Dedan a voe an Ashurim, al Letushim hag al Leummim.

4  Mibien Madian a voe Efa, Efer, Hanok, Abida hag Eldaa. Ar re-se holl a zo mibien Ketura.

5  Abraham a roas da Izaak kement en doa.

6  Ober a reas profoł da vibien e adwragez hag e kasas anezho, e-pad e vuhez, pell diouzh e vab Izaak etrezek bro ar Sav-heol.

7  Deizioł bloavezhioł buhez Abraham a voe kant pemzek vloaz ha tri-ugent.

8  Abraham a zianalas hag a varvas en ur gozhni gaer, oadet ha gwalc’het a zeizioł, hag e voe dastumet etrezek e bobloł.

9  E vibien Izaak hag Ismael a sebelias anezhań e kev Makpela, e park Efron mab Zohar an Hitit, a zo dirak Mamre,

10  ar park en doa prenet Abraham digant bugale Hed. Eno eo e voe sebeliet Abraham gant Sara e wreg.

11  Goude marv Abraham, Doue a vennigas Izaak e vab. Hag Izaak a chomas tost da Veer-Lahai-Roi (= puńs an hini a vev hag am gwel).

12  Setu lignez Ismael mab Abraham, an hini he doa ganet Agar an Ejipsianez matezh Sara da Abraham.

13  Setu anvioł mibien Ismael, o anvioł hervez o urzh a c’hanedigezh: Nebajod kentań-ganet Ismael, Kedar, Adbeel, Mibsam,

14  Mishma, Duma, Masa,

15  Hadad, Tema, Jetur, Nafish ha Kedma.

16  Ar re-se eo mibien Ismael, hag ar re-se eo o anvioł hervez o c’hźriadennoł hag o c’hlozier. Ar re-se a voe an daouzek prińs eus o fobloł.

17  Bloavezhioł buhez Ismael a voe kant seizh vloaz ha tregont. Neuze e tianalas hag e varvas, hag e voe dastumet etrezek e bobloł.

18  E vibien a chomas adalek Havila betek Shur, a zo dirak an Ejipt pa’z eer war-zu Asiria. Diazezań a reas dirak e holl vreudeur.

19  Setu lignez Izaak mab Abraham. Abraham a voe tad da Izaak.

20  Izaak a oa oadet a zaou-ugent vloaz pa zimezas da Rebeka merc’h Betuel an Aramean eus Paddan-Aram, c’hoar Laban an Aramean.

21  Izaak a aspedas an AOTROU evit e wreg, rak houmań a oa gaonac’h. An AOTROU a voe aspedet gantań ha Rebeka e wreg a gońsevas.

22  Ar vugale en em vounte enni hag hi a lavaras: Mard eo evel-se, perak ez on-me? Hag ez eas da c’houlenn kuzul an AOTROU.

23  An AOTROU a lavaras: Div vroad a zo en da gof ha div bobl en em lodenno o tont ac’hanout. Unan eus ar pobloł-se a vo kreńvoc’h eget egile, hag an hini vrasań a servijo an hini vihanań.

24  Hec’h amzer da wilioudiń en em gavas; ha setu ma oa gevelled en he c’hof.

25  An hini a zeuas er-maez da gentań a oa rous penn-da-benn evel ur vantell vlev, hag e c’halvjont anezhań Ezaü.

26  Goude, e teuas e vreur er-maez o terc’hel seul Ezaü, hag e voe galvet Jakob. Izaak a oa oadet a dri-ugent vloaz pa voent ganet.

27  Ar vugale a greskas. Ezaü a zeuas da vezań ur chaseour ijinus, un den a-ziwar ar maez, met Jakob a oa peoc’hius, oc’h en em zerc’hel en deltennoł.

28  Izaak a gare Ezaü rak e tebre eus e jiber, met Rebeka a gare Jakob.

29  Evel ma poazhe Jakob legumaj, Ezaü a zeuas eus ar maezioł hag e oa skuizh.

30  Ezaü a lavaras da Jakob: Ro din, me az ped, da zebriń eus ar rouz-se, rak gwall skuizh on. Setu perak e oa galvet Edom (= rous).

31  Met Jakob a lavaras: Gwerzh din da gentań da henańded.

32  Ezaü a lavaras: Setu, ez an da vervel, da betra e servijo din an henańded?

33  Jakob a lavaras: Tou din da gentań. Hag e touas dezhań hag e werzhas e henańded da Jakob.

34  Jakob a roas da Ezaü bara ha legumaj piz-rous, hag e tebras hag ec'h evas. Neuze e savas hag ez eas kuit. Evel-se Ezaü a zisprizas an henańded.

 

Pennad 26

Abimelek

1  Bez' e voe un naonegezh er vro-se, ouzhpenn an hini gentań a oa bet en amzer Abraham. Izaak a yeas etrezek Abimelek roue ar Filistined, da C'herar.

2  An AOTROU en em ziskouezas dezhań hag a lavaras: Na ziskenn ket en Ejipt, chom er vro a lavarin dit.

3  Chom er vro-mań, ha me a vo ganit hag a vennigo ac'hanout. Rak reiń a rin dit ha da'z lignez an holl vroioł-se hag e rin hervez al le am eus graet da Abraham da dad.

4  Kreskiń a rin da lignez evel stered an neńvoł hag e roin da'z lignez an holl vroioł-se. Holl vroadoł an douar a vo benniget en da lignez,

5  dre m'en deus sentet Abraham ouzh va mouezh ha miret ar pezh am boa urzhiet dezhań, va gourc'hemennoł, va reolennoł ha va lezennoł.

6  Izaak a chomas eta e Gerar.

7  Pa c'houlenne tud al lec'h-se diwar-benn e wreg, e lavare: Va c'hoar eo. Rak aon en doa da lavarout: Va gwreg eo. Rak e lavare: Va lazhfe tud al lec'h-se en abeg da gaerded dremm Rebeka.

8  C'hoarvezout a reas p'en doe tremenet un amzer pell a-walc'h eno, ma sellas Abimelek roue ar Filistined dre ar prenestr, hag e welas Izaak o c'hoari gant Rebeka e wreg.

9  Abimelek a c'halvas Izaak hag a lavaras: Anat eo penaos eo da wreg. Perak ec'h eus lavaret: Va c'hoar eo? Izaak a respontas: Komzet em eus evel-se rak aon am eus bet na vijen lazhet en abeg dezhi.

10  Abimelek a lavaras: Petra ac'h eus graet deomp? War-vete nebeut unan bennak eus ar bobl en dije kemeret da wreg hag hol lakaet kablus.

11  Abimelek a roas an urzh-mań d'an holl bobl: An hini a stoko ouzh an den-se pe ouzh e wreg a vo lakaet da varv.

12  Izaak a hadas en douar-se, hag e tastumas er bloaz-se kant kemend-all rak an AOTROU e vennigas.

13  An den-se a zeuas da vezań bras, hag ez ae bepred en ur greskiń betek ma teuas da vezań gwall binvidik.

14  Bez' en doe tropelloł deńved ha tropelloł ejened, hag un niver bras a servijerien. Ar Filistined o doe gwarizi outań,

15  hag e leugnjont an holl buńsoł toullet gant servijerien e dad en amzer Abraham e dad. Ar Filistined o leunias gant douar hag o stouvas.

16  Abimelek a lavaras da Izaak: Kae kuit ac'hann, rak deuet out da vezań kalz galloudusoc'h egedomp.

17  Izaak a yeas kuit, a gampas e traonienn Gerar hag a chomas enni.

18  Izaak a doullas eno a-nevez puńsoł dour a oa bet toullet en amzer Abraham e dad hag a oa bet stouvet gant ar Filistined goude marv Abraham, hag e roas dezho an hevelep anvioł evel m'en doa roet e dad.

19  Servijerien Izaak a doullas er blaenenn, hag e kavjont enni ur puńs dour bev.

20  Mesaerien Gerar a glaskas tabut ouzh mesaerien Izaak, o lavarout: An dour a zo deomp. Gervel a reas ar puńs Esek (= tabut) dre m'o doa stourmet gantań.

21  Ur puńs all a doulljont, hag evitań ivez e klaskjont tabut. Gervel a reas anezhań Sitna (= tamall)

22  Mont a reas ac'hane hag e toullas ur puńs all, na glaskjont ket tabut evitań. Gervel a reas anezhań Rehobod (= tachad ledan), hag e lavaras: Bremań eo en deus ledanaet an AOTROU deomp, hag e kreskimp er vro.

23  Ac'hane e pignas da Veer-Sheba.

24  An AOTROU en em ziskouezas dezhań en noz-se hag a lavaras: Me eo Doue Abraham da dad. Na'z pez ket aon, rak e vin ganit hag e vennigin ac'hanout hag e kreskin da lignez abalamour da Abraham va servijer.

25  Sevel a reas eno un aoter hag e c'halvas anv an AOTROU; eno e fichas e deltenn. Servijerien Izaak a doullas eno ur puńs.

26  Abimelek a zeuas d'e gavout eus Gerar, gant Ahuzad e vignon, ha Pikol penn e arme.

27  Izaak a lavaras: Perak e teuit etrezek ennon, pa gasait ac'hanon ha pa hoc'h eus va c'haset kuit eus ho touez?

28  Respont a rejont: Gwelout a reomp sklaer emań an AOTROU ganit, hag e lavaromp: Ra vo ul le etrezomp, etre ni ha te, ha greomp un emglev ganit!

29  Tou na ri droug ebet deomp, evel ma n'hon eus ket stoket ouzhit ha ma n'hon eus graet dit nemet vad ha ma hon eus da lezet da vont e peoc'h. Benniget out bremań gant an AOTROU.

30  Ur fest a reas dezho, hag e tebrjont hag ec'h evjont.

31  Sevel a rejont beure-mat hag e rejont leoł an eil d'egile. Izaak o c'hasas war o c'hiz hag ez ejont kuit e peoc'h.

32  Erruout a reas en hevelep deiz, ma teuas servijerien Izaak da reiń keloł dezhań diwar-benn ar puńs o doa toullet, hag e lavarjont: Kavet hon eus dour.

33  Gervel a reas anezhań Shiba (= le). Setu perak eo kźr anvet Beer-Sheba (= puńs al le) betek hiziv.

34  Ezaü, oadet a zaou-ugent vloaz, a gemeras da wragez Judid merc'h Beeri an Hitit ha Basmad merc'h Elon an Hitit.

35  Ar re-mań a voe ur c'hwervder a spered da Izaak ha Rebeka.

 

Pennad 27

Jakob a zo benniget gant Izaak

1  Erruout a reas, pa oa deuet Izaak da vezań kozh hag e zaoulagad re zinerzh evit gwelout, ma c'halvas Ezaü e vab henań ha ma lavaras: Va mab! Eń a respontas: Setu me amań!

2  Lavarout a reas: Setu ez on kozh ha n'anavezan ket deiz va marv.

3  Bremań eta, kemer, me az ped, da armoł, da glaouier ha da wareg, ha kae war ar maezioł ha kemer din ur jiber.

4  Fich din ur meuz mat evel ma karan, degas anezhań din evit m'en debrin; ha ma vennigo va ene ac'hanout a-raok ma varvin.

5  Rebeka a selaoue e-pad ma komze Izaak d'e vab Ezaü. Ezaü a yeas eta war ar maezioł da chaseal jiber ha d'e zegas.

6  Rebeka a gomzas da Jakob e vab hag a lavaras: Setu, klevet em eus da dad o komz gant Ezaü da vreur hag o lavarout dezhań:

7  Degas din jiber ha fich din ur meuz mat evit m'en debrin, ha ma vennigin ac'hanout dirak an AOTROU a-raok ma varvin.

8  Bremań eta, va mab, sent ouzh va mouezh er pezh ez an da c'hourc'hemenn dit.

9  Kae da gemer din en tropell daou venn-gavr mat ha me a ficho da'z tad ur meuz mat evel ma plij dezhań.

10  Te en kaso da'z tad evit ma tebro ha ma vennigo ac'hanout a-raok e varv.

11  Jakob a respontas da Rebeka e vamm: Setu, Ezaü va breur a zo blevek ha me n'on ket.

12  Marteze va zad a dastorno ac'hanon hag am c'hemero evel un toueller, hag e tennin warnon e vallozh ha nann e vennozh.

13  E vamm a lavaras: Ra vo da vallozh warnon, va mab. Sent ouzh va mouezh ha kae da gerc'hat anezho.

14  Mont a reas eta d'o c'herc'hat hag o degasas d'e vamm. Hi a fichas ar meuz mat evel ma plije d'e dad.

15  Neuze Rebeka a gemeras kaerań dilhad Ezaü he mab henań, he doa en he c'hichen en ti, hag o gwiskas da Jakob he mab yaouankań.

16  Gant kroc'hen ar menned-gavr e c'holoas e zaouarn hag e c'houzoug a oa hep blev.

17  Lakaat a reas ar meuz mat hag ar bara he doa fichet e dorn Jakob he mab.

18  Dont a reas da gavout e dad hag e lavaras: Va zad! Eń a respontas: Setu me amań! Piv out, va mab?

19  Jakob a lavaras d'e dad: Me eo Ezaü da vab henań. Graet em eus ar pezh ac'h eus gourc'hemennet din. Sav, me az ped, azez ha debr eus va jiber evit ma vennigo da ene ac'hanon.

20  Izaak a lavaras d'e vab: Penaos ec'h eus kavet ken buan, va mab? Eń a lavaras: An AOTROU da Zoue en deus lakaet ac'hanon d'e gavout.

21  Izaak a lavaras da Jakob: Tosta, ma tastornin ac'hanout va mab. Ha te eo va mab Ezaü pe n'out ket?

22  Jakob a dostaas eta ouzh Izaak e dad. Eń a dastornas anezhań hag a lavaras: Ar vouezh eo mouezh Jakob, met an daouarn eo daouarn Ezaü.

23  N'anaveze ket anezhań rak e zaouarn a oa blevek evel daouarn Ezaü e vreur, hag e vennigas anezhań.

24  Lavarout a reas: Te eo va mab Ezaü? Hemań a respontas: Me eo.

25  Neuze e lavaras: Servij ac'hanon evit ma tebrin eus jiber va mab ha ma vennigo va ene ac'hanout. Hag e servijas anezhań, hag e tebras. Degas a reas dezhań ivez gwin, hag ec'h evas.

26  Neuze Izaak e dad a lavaras: Tosta ha pok din, va mab.

27  Tostaat a reas hag e pokas dezhań. Izaak a c'hwesaas c'hwezh e zilhad hag a vennigas anezhań, o lavarout: Setu, c'hwezh va mab a zo evel ur park benniget gant an AOTROU.

28  Ra roio Doue dit glizhenn an neńvoł ha druzoni an douar, hag ur fonnder a winizh hag a win!

29  Ra servijo pobloł ac'hanout ha ra en em stouo broadoł dirazout! Bez mestr da vreudeur ha ra en em stouo mibien da vamm dirazout! Ra vo milliget piv bennak az milligo, ha ra vo benniget piv bennak az pennigo!

30  Erruout a reas, kerkent evel m'en doa echuet Izaak da vennigań Jakob ha ma oa Jakob a-boan aet a-zirak Izaak e dad, ma tistroas Ezaü e vreur eus ar chase.

31  Eń a fichas ivez ur meuz mat, a zegasas anezhań d'e dad hag a lavaras d'e dad: Ra savo va zad ha ra zebro eus jiber e vab evit ma vennigo da ene ac'hanon.

32  Izaak e dad a lavaras: Piv out? Hag e lavaras: Me eo da vab kentań-ganet, Ezaü.

33  Izaak a grenas gant un trid-kalon hag a lavaras: Piv eta eo an hini en deus kemeret jiber ha degaset din? Debret em eus a bep tra a-raok ma teujout, hag em eus e venniget hag e vo benniget.

34  Adalek ma klevas Ezaü komzoł e dad, e laoskas ur griadenn gwall vras ha gwall c'hwerv, hag e lavaras d'e dad: Bennig ac'hanon-me ivez, va zad.

35  Hemań a lavaras: Da vreur a zo deuet dre douellerezh hag en deus kemeret da vennozh.

36  Ezaü a lavaras: Abalamour ma'z eo anvet Jakob, en deus distroadet ac'hanon div wech? Kemeret en deus va henańded, ha setu bremań e kas gantań va bennozh. Neuze e lavaras: Ha ne'c'h eus ket miret bennozh ebet evidon?

37  Izaak a respontas hag a lavaras da Ezaü: Setu, e lakaet em eus da vestr dit ha roet em eus dezhań e holl vreudeur evel servijerien hag e bourvezet em eus a winizh hag a win. Ha petra a rafen eta evidout, va mab?

38  Ezaü a lavaras d'e dad: Ha ne'c'h eus nemet ar vennozh-se, va zad? Bennig ac'hanon ivez, va zad! Ezaü a savas e vouezh hag a ouelas.

39  Izaak e dad a respontas hag a lavaras: Setu, da chomlec'h a vo eus druzoni an douar hag eus glizhenn an neńvoł d'an nec'h.

40  Bevań a ri eus da gleze ha servijań a ri da vreur, met c'hoarvezout a raio, evel ma vi redus, ma torri e yev a-zivar c'horre da c'houzoug.

41  Ezaü a gasaas Jakob abalamour d'ar vennozh en doa roet dezhań e dad. Hag Ezaü a lavaras en e galon: Deizioł kańv va zad a dosta hag e lazhin Jakob va breur.

42  Lavaret e voe da Rebeka komzoł Ezaü he mab henań, hag e kasas da c'hervel Jakob he mab yaouankań hag e lavaras: Setu, Ezaü da vreur a fell dezhań en em veńjiń en ur lazhań ac'hanout.

43  Bremań eta, va mab, sent ouzh va mouezh. Sav, tec'h etrezek Laban va breur, da Charan.

44  Chom a ri gantań un nebeud amzer betek ma vo tremenet kounnar da vreur,

45  betek ma vo fulor da vreur distroet diouzhit ha m'en devo ankounac'haet ar pezh ac'h eus graet dezhań. Neuze e kasin da'z kerc'hat ac'hane. Perak e vefen forc'het ac'hanoc'h ho-taou en hevelep deiz?

46  Rebeka a lavaras da Izaak: Dic'hoantaet on eus ar vuhez abalamour da verc'hed Hed. Mar kemer Jakob e-touez merc'hed Hed, e-touez merc'hed ar vro, ur wreg evel ar re-se, da betra e servij din ar vuhez?

 

Pennad 28

Jakob e Paddan-Aram. Huńvre Jakob

1  Izaak a c'halvas Jakob, a vennigas anezhań hag a c'hourc'hemennas dezhań, o lavarout: Ne gemeri ket ur wreg e-touez merc'hed Kanaan.

2  Sav, kae da Baddan-Aram, da di Betuel tad da vamm, ha kemer ur wreg ac'hane e-touez merc'hed Laban breur da vamm.

3  Ra vennigo an Doue holl-c’halloudek ac’hanout ha ra lakaio ac’hanout da vezań frouezhus ha da greskiń ha ra zeui un niver bras a bobloł.

4  Ra roio dit bennozh Abraham, dit ha da’z lignez ganit, evit ma vo dit ar vro emaout enni hag en deus roet Doue da Abraham!

5  Neuze Izaak a gasas Jakob. Hemań a yeas da Baddan-Aram etrezek Laban mab Betuel an Aramean breur Rebeka, mamm Jakob hag Ezaü.

6  Ezaü a welas penaos Izaak en doa benniget Jakob, en doa e gaset da Baddan-Aram evit kemer ur wreg eno hag, en ur vennigań anezhań, en doa gourc'hemennet dezhań, o lavarout: Ne gemeri ket ur wreg a-douez merc'hed Kanaan.

7  Gwelout a reas en doa sentet Jakob ouzh e dad hag ouzh e vamm, hag e oa aet da Baddan-Aram.

8  Ezaü, o welout eta e tisplije merc'hed Kanaan da Izaak e dad,

9  a yeas da gavout Ismael hag a gemeras evel gwreg, ouzhpenn ar gwragez en doa, Mahalad merc'h Ismael mab Abraham ha c'hoar Nebajod.

10  Jakob a guitaas Beer-Sheba hag a yeas da Charan.

11  Erruout a reas en ul lec'h ma tremenas an noz ennań, dre ma oa kuzhet an heol. Kemer a reas eta unan eus ar vein al lec'h-se evel plueg hag e kouskas el lec'h-se.

12  Neuze en doe un huńvre. Setu, ur skeul a oa kempennet war an douar hag he fenn a stoke an neńvoł, ha setu, aeled Doue a bigne hag a ziskenne drezi.

13  Ha setu, an AOTROU en em zalc'he a-us dezhi hag a lavaras: Me eo an AOTROU, Doue Abraham da dad ha Doue Izaak. An douar ma'z out gourvezet warni a roin dit ha da'z lignez.

14  Da lignez a vo evel poultr an douar; hag en em strewi er c'huzh-heol hag er sav-heol, en hanternoz hag er c'hreisteiz, hag holl diegezhioł an douar a vo benniget ennout hag en da lignez.

15  Setu, me a zo ganit hag e tiwallin ac'hanout e kement lec'h ma'z i, hag e tegasin ac'hanout er vro-mań rak ne zilezin ket ac'hanout ken em bo graet ar pezh am eus lavaret.

16  Jakob a zihunas eus e gousk hag a lavaras: A-dra-sur, an AOTROU a zo el lec'h-mań ha ne ouien netra a-se!

17  Aon en doe hag e lavaras: Pegen spontus eo al lec'h-mań. Amań eo emań ti Doue, hag amań emań dor an neńvoł!

18  Jakob a savas beure-mat hag a gemeras ar maen en doa tapet evel plueg, en lakaas en e sav evel ur peul hag e skuilhas eoul war e benn.

19  Gervel a reas al lec'h-se Betel (= ti Doue). Met diagent, anv ar gźr a oa Luz.

20  Jakob a reas ur gouestl, o lavarout: Ma vez Doue ganin, ma tiwall ac'hanon er veaj a ran, ma ro bara din da zebriń ha dilhad da wiskań,

21  ha ma tistroan e peoc'h da di va zad, an AOTROU a vo va Doue

22  hag ar maen-mań am eus lakaet en e sav evel ur peul a vo ti Doue; hag eus kement a roi din, e roin dit an deog gant lealded.

 

Pennad 29

Jakob en em gav gant Rachel hag en em ro e srvij Laban

1  Jakob en em lakaas en hent hag a yeas da vro mibien ar Sav-heol.

2  Sellout a reas ha setu, e welas ur puńs er parkeier; ha setu, e oa tri bagad deńved gourvezet e-kichen, rak eno e veze douraet an tropelloł. Ar maen a c'holoe genoł ar puńs a oa bras.

3  An holl dropelloł en em zastume eno. Neuze e veze ruilhet ar maen a-ziwar c'horre genoł ar puńs hag e veze douraet an tropelloł, ha goude e veze lakaet ar maen en e lec'h war genoł ar puńs.

4  Jakob a lavaras: Va breudeur, a-belec'h emaoc'h? Hag e responjont: Eus Charan emaomp.

5  Lavarout a reas: Hag anavezout a rit Laban mab Nakor? Hag e responjont: Anavezout a reomp anezhań.

6  Lavarout a reas: Ha yac'h eo? Hag e respontjont: Yac'h eo ha setu Rachel e verc'h o tont gant an deńved.

7  Lavarout a reas: Setu eo c'hoazh deiz bras, n'emań ket ar c'houlz da zastum al loened. Dourait an deńved hag o c'hasit de beuriń.

8  Hag e responjont: Ne c'hellomp ket betek ma vo an holl dropelloł dastumet. Neuze e vez ruilhet ar maen a-ziwar c'horre genoł ar puńs hag e touraomp an deńved.

9  Evel ma komze c'hoazh ganto, Rachel a erruas gant deńved he zad, rak mesaerez e oa.

10  Adalek ma welas Jakob Rachel merc'h Laban breur e vamm, ha deńved Laban breur e vamm, e tostaas, e ruilhas ar maen a-ziwar c'horre genoł ar puńs, hag e touraas tropell Laban breur e vamm.

11  Jakob a bokas da Rachel hag, o sevel e vouezh, en em lakaas da ouelań.

12  Jakob a lavaras da Rachel e oa kar d'he zad hag e oa mab Rebeka. Hi a redas da lavarout kement-se d'he zad.

13  Kerkent ha ma klevas Laban komz diwar-benn Jakob mab e c'hoar, e redas d'e gavout, e vriataas anezhań, e pokas dezhań hag e lakaas anezhań da zont en e di. Jakob a lavaras da Laban an holl draoł-se.

14  Laban a lavaras: A-dra-sur, te a zo va askorn ha va c'hig. Hag e chomas gantań e-pad ur miz.

15  Neuze Laban a lavaras da Jakob: Ha va serviji evit netra dre ma'z out va breur? Lavar din pehini e vo da c'hopr.

16  Laban en doa div verc'h, an hini henań a veze galvet Lea hag an hini yaouankań Rachel.

17  Lea he doa daoulagad tener, Rachel a oa a vent vrav ha koant a zremm.

18  Jakob a gare Rachel. Lavarout a reas: Da servijań a rin seizh vloaz evit Rachel, da verc'h yaouankań.

19  Laban a lavaras: Gwelloc'h eo din he reiń dit eget he reiń da unan all. Chom ganin.

20  Jakob a servijas eta seizh vloaz evit Rachel, ha n'o c'havas nemet un nebeud devezhioł dre ma kare anezhi.

21  Ha Jakob a lavaras da Laban: Ro din va gwreg, rak echu eo va amzer hag ez in daveti.

22  Laban a zastumas holl dud al lec'h-se hag a reas ur fest.

23  Da noz, e kemeras Lea e verc'h, he c'hasas da Jakob, hag hemań a zeuas daveti.

24  Laban a roas e vatezh Zilpa evel matezh da Lea e verc'h.

25  Met antronoz, setu e oa Lea. Jakob a lavaras da Laban: Petra ac'h eus graet din? Ha n'eo ket evit Rachel em eus servijet ac'hanout? Perak ec'h eus touellet ac'hanon?

26  Laban a lavaras: N'eo ket ar c'hiz el lec'h-mań reiń an hini yaouankań a-raok an hini henań.

27  Echu ar sizhunvezh gant houmań hag e roimp dit ivez eben, evit ar servij a ri c'hoazh amań e-pad seizh vloaz all.

28  Jakob a reas evel-se, echuiń a reas ar sizhunvezh gant houmań. Neuze Laban a roas dezhań Rachel e verc'h da wreg.

29  Laban a roas e vatezh Bilha evel matezh da Rachel e verc'h.

30  Dont a reas ivez davet Rachel hag e karas Rachel muioc'h eget Lea. Hag e servijas e ti Laban c'hoazh seizh vloaz all.

31  An AOTROU, o welout e oa Lea kasaet, a zigoras he mammog, met Rachel a oa gaonac'h.

32  Lea a gońsevas hag a c'hanas ur mab, hag en galvas Ruben (= gwelet en deus va glac'har), rak e lavaras: An AOTROU en deus sellet ouzh va glac'har ha bremań va ozhac'h a garo ac'hanon.

33  Końseviń a reas c'hoazh hag e c'hanas ur mab, hag e lavaras: An AOTROU en deus klevet e oan kasaet hag en deus roet din c'hoazh hemań. Hag e c'halvas anezhań Simeon (= klevet en deus).

34  Końseviń a reas c'hoazh hag e c'hanas ur mab, hag e lavaras: Ar wech-mań va ozhac'h a stago ouzhin, rak ganet em eus dezhań tri mab. Dre-se e voe galvet Levi (= staget ouzh).

35  Końseviń a reas c'hoazh hag e c'hanas ur mab, hag e lavaras: Ar wech-mań e veulin an AOTROU. Dre-se e c'halvas anezhań Juda (= meuleudi). Hag e paouezas da gaout bugale.

 

Pennad 30

Bugale Jakob. Darempredoł Jakob gant Laban.

1  Pa welas Rachel ne roe ket a vugale da Jakob, he doe gwarizi ouzh he c'hoar hag e lavaras da Jakob: Ro din bugale, pe anez e varvin!

2  Kounnar Jakob en em danas a-enep Rachel hag e lavaras: Ha bez' on-me e-lec'h Doue, an Hini n'en deus ket roet dit a frouezh?

3  Hi a lavaras: Setu va matezh Bilha. Kae daveti hag e c'hano war va barlenn, hag em bo ivez bugale drezi.

4  Reiń a reas eta dezhań Bilha he matezh da wreg, ha Jakob a yeas daveti.

5  Bilha a gońsevas hag a c'hanas ur mab da Jakob.

6  Rachel a lavaras: Doue en deus barnet ac'hanon hag en deus selaouet va mouezh o reiń din ur mab. Dre-se e c'halvas anezhań Dan (= barner).

7  Bilha matezh Rachel a gońsevas c'hoazh hag a c'hanas un eil mab da Jakob.

8  Rachel a lavaras: Va lakaet en deus Doue da stourm ouzh va c'hoar hag em eus trec'het. Hag e c'halvas anezhań Neftali (= va gouren).

9  Lea, o welout he doa paouezet da gaout bugale, a gemeras Zilpa he matezh hag he roas da Jakob da wreg.

10  Zilpa matezh Lea a c'hanas ur mab da Jakob.

11  Lea a lavaras: Pebezh taol-chańs! Hag e c'halvas anezhań Gad (= chańs vat).

12  Zilpa matezh Lea a c'hanas un eil mab da Jakob.

13  Lea a lavaras: Pegen eürus on! Rak ar merc'hed a lavaro ac'hanon eürus. Hag e c'halvas anezhań Aser (= eürus).

14  Ruben a yeas er-maez da vare eost an ed, a gavas mandragonoł er parkeier hag o degasas da Lea e vamm. Ha Rachel a lavaras da Lea: Ro din, me az ped, eus mandragonoł da vab.

15  Hi a respontas: Ha nebeut eo dit bezań kemeret va fried, ma fell dit c'hoazh kemer mandragonoł va mab? Ha Rachel a lavaras: Ac'hanta! Ra gousko ganit en nozvezh-mań evit mandragonoł da vab.

16  Pa zistroas Jakob eus ar parkeier d'an abardaez, Lea a yeas en arbenn dezhań hag a lavaras: Te a zeuio ganin-me, rak da c'hopraet em eus evit mandragonoł va mab. Hag e kouskas ganti en noz-se.

17  Doue a selaouas Lea, hag e końsevas hag e c'hanas ur pempvet mab da Jakob.

18  Lea a lavaras: Doue en deus roet din va gopr evit bezań roet va matezh da'm fried. Hag e c'halvas anezhań Isakar (= ur gopr a zo).

19  Lea a gońsevas c'hoazh hag a c'hanas ur c'hwec'hvet mab da Jakob.

20  Lea a lavaras: Doue en deus roet un donezon brav din. Ar wech-mań va ozhac'h a chomo ganin, rak roet em eus c'hwec'h mab dezhań. Hag e c'halvas anezhań Zabulon (= annez).

21  Goude e c'hanas ur verc'h, hag e c'halvas anezhi Dina (= barnedigezh).

22  Doue en doe sońj eus Rachel, ha Doue he selaouas hag a zigoras he mammog.

23  Końseviń a reas hag e c'hanas ur mab, hag e lavaras: Doue en deus lamet va mezhegezh.

24  Hag e c'halvas anezhań Jozef (= ouzhpenn e roio), o lavarout: Ra roio an AOTROU din ur mab all!

25  Pa he doe Rachel ganet Jozef, Jakob a lavaras da Laban: Va lez da vont evit ma tistroin da'm bro, e-barzh va douar.

26  Ro din va gwragez ha va bugale, em eus da servijet evito, hag ez in kuit, rak te a oar ar servij am eus graet evidout.

27  Laban a lavaras: Ra gavin trugarez dirak da zaoulagad, rak anavezet em eus penaos en deus va benniget an AOTROU abalamour dit,

28  dibab da-unan da c'hopr, hag en roin dit.

29  Eń a lavaras: Anavezout a rez penaos em eus da servijet hag ar pezh eo deuet da vezań da loened ganin-me.

30  Rak ar pezh az poa a-raok din a oa nebeut a dra, met abaoe e oa gwall gresket hag an AOTROU en deus da venniget war va roudoł. Ha bremań, pegoulz e labourin ivez evit va zi?

31  Laban a lavaras: Petra a roin dit? Jakob a respontas: Ne roi netra din. Mesa a rin c'hoazh da dropell hag o diwallin mar rez kement-mań evidon:

32  tremen a rin hiziv e-touez da holl dropell, o lemel eus o zouez pep loen brizh ha marellet ha pep loen du a-douez an oaned, hag ar re a zo marellet ha brizh a-douez ar givri; hennezh a vo va gopr.

33  Va eeunder a roio testeni din en amzer da zont dirazout, pa zeui da anavezout va gopr. Kement na vo ket brizh pe varellet e-touez ar givri, ha du e-touez an oaned, a vo bet laeret ganin.

34  Neuze Laban a lavaras: Ac'hanta! Ra vo evel ma ec'h eus lavaret.

35  En deiz-se, e lamas ar bouc'hed barrennet ha marellet, an holl c'hivri brizh ha marellet. Kement a oa gwenn ennań ha kement a oa du e-touez an oaned, o lakaat a reas etre daouarn e vibien.

36  Lakaat a reas ur pennad-hent a dri devezh etrezań-eń ha Jakob. Jakob a vesaas an nemorant eus tropell Laban.

37  Jakob a gemeras skourroł glas a bupli, alamandez ha platan, hag e tibluskas barrennoł gwenn enno, o tizoleiń ar gwenn a oa er skourroł.

38  Lakaat a reas ar skourroł en doa diblusket dirak an deńved el laouerioł hag en dourlec'hioł e-lec'h ma'z ae an deńved da evań, hag e teuent da dommań pa zeuent da evań.

39  An deńved eta a zeue da dommań pa welent ar skourroł, hag e c'hanent oanet barrennet, marellet ha brizh.

40  Jakob a lodenne an oaned hag a lakae deńved tropell Laban dirak ar re a oa barrennet ha kement a oa du. Hag e lakae e loened a-gostez, n'o lakae ket e-kichen tropell Laban.

41  Hag e c'hoarveze penaos bep wech ma teue da dommań ar re greńvań eus an tropell, Jakob a lakae ar skourroł dirak daoulagad al loened el laouerioł evit ma teujent da dommań e-kichen ar skourroł.

42  Pa veze gwan an deńved, n'o lakae ket, en hevelep doare ma oa ar re wan da Laban hag ar re greńv da Jakob.

43  An den-se a zeuas da vezań pinvidikoc'h-pinvidikań hag en doe un niver bras a loened, mitizhien ha mevelien, kańvaled hag ezen.

 

Pennad 31

Tec'h Jakob; Laban a red war e lerc'h; o emglev

1  Jakob a glevas komzoł mibien Laban, a lavare: Jakob en deus kemeret kement a oa d'hon tad, hag eus ar pezh a oa d'hon tad eo en deus dastumet an holl binvidigezh-se.

2  Jakob a welas dremm Laban, ha setu, ne oa ken en e geńver evel diagent.

3  An AOTROU a lavaras da Jakob: Distro da vro da dadoł hag etrezek da gerentiezh, ha me a vo ganit.

4  Jakob a gasas da lavarout da Rachel ha da Lea dont d'ar parkeier etrezek an tropell.

5  Lavarout a reas: Gwelout a ran n'eo ken dremm ho tad em c'heńver evel diagent, met Doue va zad a zo bet ganin.

6  C'hwi a oar penaos em eus servijet ho tad gant va holl nerzhioł.

7  Ho tad en deus graet goap ouzhin ha cheńchet dek gwech va gopr, met Doue n'en deus ket e lezet d'ober droug din.

8  Pa lavare evel-se: Ar re vrizh a vo da c'hopr, an holl zeńved a rae oaned brizh. Ha pa lavare evel-se: Ar re varrennet a vo da c'hopr, an holl zeńved a rae oaned barrennet.

9  Doue en deus kemeret loened ho tad evit o reiń din.

10  Hag e c'hoarvezas d'ar mare ma teue an deńved da dommań, ma savis va zaoulagad hag e welis en un huńvre penaos ar bouc'hed a c'holoe an deńved a oa barrennet, brizh ha marellet.

11  Ael Doue a lavaras din en un huńvre: Jakob! Hag e respontis: Setu me amań!

12  Lavarout a reas: Sav da zaoulagad ha sell: an holl vouc'hed a c'holo an deńved a zo barrennet, brizh ha marellet, rak gwelet em eus ar pezh a ra Laban dit.

13  Me eo Doue Betel; olevet ec'h eus eno ur peul ha graet din ur gouestl. Bremań, sav, kae eus ar vro-mań ha distro da vro da gerentiezh.

14  Rachel ha Lea a respontas hag a lavaras: Ha bez' ez eus c'hoazh evidomp ul lod pe un hźrezh e ti hon tad?

15  Ha n'en deus ket hon istimet evel diavaezidi pa en deus hor gwerzhet ha zoken debret hon arc'hant?

16  An holl binvidigezh en deus lamet Doue digant hon tad a zo deomp ha d'hor bugale. Bremań eta, gra kement en deus lavaret Doue dit.

17  Jakob a savas hag a lakaas e wragez hag e vugale da bignat war ar c'hańvaled.

18  Kas a reas gantań an holl loened hag an holl vadoł en doa dastumet, e loened e-unan en doa dastumet e Paddan-Aram, evit mont da gavout Izaak e dad, da vro Ganaan.

19  Laban a oa aet da douzań e zeńved ha Rachel a laeras terafim he zad.

20  Jakob a douellas Laban an Aramean, o tremen hep lavarout dezhań e c'hoantae tec'hout kuit.

21  Tec'hout a reas eta kuit, eń ha kement a oa dezhań. Sevel a reas hag e tremenas ar stźr, hag ez eas war-zu Menez Galaad.

22  D'an trede deiz e voe lavaret da Laban e oa aet Jakob kuit.

23  Kemer a reas e vreudeur gantań hag ez eas war e lerc'h e-pad seizh devezh bale, hag e tapas anezhań e Menez Galaad.

24  Met Doue a zeuas da gavout Laban an Aramean en un huńvre en noz hag a lavaras: Diwall da lavarout netra da Jakob, mat pe fall!

25  Laban eta a dapas Jakob. Jakob en doa fichet e deltenn war ar menez, Laban a fichas e hini, gant e vreudeur, war Venez Galaad.

26  Laban a lavaras da Jakob: Petra ac'h eus graet? Touellet ec'h eus ac'hanon ha degaset ec'h eus va merc'hed evel prizonidi a vrezel.

27  Perak ez out aet kuit e kuzh, ec'h eus va zouellet ha ne'c'h eus ket kemennet ac'hanon? Ambrouget em bije ac'hanout gant levenez ha gant kanaouennoł da son an taboulinig hag an delenn.

28  Ne'c'h eus ket va lezet da bokat da'm mibien na da'm merc'hed! Graet ec'h eus kement-se gant follentez.

29  Me am eus em daouarn ar galloud d'ober droug deoc'h, met Doue ho tad en deus lavaret din en noz tremenet: Diwall da lavarout netra da Jakob, mat pe fall!

30  Bremań ez out aet kuit abalamour ma c'hoantaes adkavout ti da dad, met perak ec'h eus laeret va doueoł?

31  Jakob a respontas hag a lavaras da Laban: Aon am boa ennon va-unan na'z pije lamet da verc'hed diganin,

32  met an hini a vo kavet da zoueoł gantań, ne vevo ket. Dirak hor breudeur, sell petra a zo dit em zi ha kemer ganit. Jakob ne ouie ket he doa o laeret Rachel.

33  Laban a yeas e teltenn Jakob, e teltenn Lea hag e teltenn an div vatezh, ha n'o c'havas ket. Neuze ez eas kuit eus teltenn Lea hag ez eas e teltenn Rachel.

34  Rachel he doa kemeret an terafim hag o lakaet e bas ar c'hańval, hag ec'h azezas warno. Laban a furchas an deltenn holl, ha n'o c'havas ket.

35  Lavarout a reas d'he zad: Ra ne fuloro ket va aotrou, met ne c'hellan ket sevel dirazout, rak bez' em eus ar pezh o deus ar gwragez ar c'hiz da gaout. Hag e klaskas met ne gavas ket an terafim.

36  Jakob a yeas droug ennań hag a dabutas gant Laban. Jakob a gemeras ar gomz hag a lavaras: Pehini eo va faot, pehini eo va fec'hed, evit ma ec'h eus va c'henredet gant kement a daerded?

37  Furchet ec'h eus va holl draoł ha petra ac'h eus kavet eus holl draoł da di? Laka anezho amań dirak va breudeur ha da vreudeur, ha ma varnint etrezomp hon daou.

38  Setu ez on bet ugent vloaz ganit; da zańvadezed ha da c'hivri n'o deus ket diforc'het, ha ne'm eus ket debret maouted da dropell.

39  Ne'm eus ket degaset dit loen diframmet ebet, va-unan am eus gouzańvet ar c'holl anezhi. Eus va dorn e c'houlennes ar pezh laeret en deiz hag ar pezh laeret en noz.

40  Debret e oan gant ar sec'hded e-pad an deiz ha gant ar yenijenn e-pad an noz, hag ar c'housk a bellae eus va zaoulagad.

41  Setu ez on bet ugent vloaz e-barzh da di. Da servijet em eus pevarzek vloaz evit da ziv verc'h ha c'hwec'h vloaz evit da loened, hag ec'h eus cheńchet dek gwech va gopr.

42  Ma ne vije ket bet em zu Doue va zad, Doue Abraham, an hini a zouj Jakob, ez pije bremań va c'haset kuit dibourvez. Doue en deus sellet ouzh va glac'har ha labour va daouarn, hag en deus da rebechet en noz tremenet.

43  Laban a respontas hag a lavaras da Jakob: Ar merc'hed-se eo va merc'hed, ar vugale-se eo va bugale, an tropelloł-se eo va zropelloł, ha kement a welez a zo din. Ha petra a rin hiziv da'm merc'hed, pe d'ar vugale o deus ganet?

44  Bremań eta deus, greomp un emglev a-unvan, ha ra servijo da desteni etrezon-me ha te.

45  Jakob a gemeras ur maen hag en lakaas en e sav evel ur peul.

46  Jakob a lavaras d'e vreudeur: Dastumit mein. Kemer a rejont mein d'ober ur bern hag e tebrjont eno war ar bern.

47  Laban en galvas Jegar-Sahaduta (= bern an testeni en arameeg) ha Jakob en galvas Galeed (= bern an testeni en hebraeg).

48  Laban a lavaras: Ar bern-se a zo un testeni etrezon-me ha te hiziv. Dre-se e voe anvet Galeed,

49  hag ivez Mizpa (= lec'h-evezhiań), dre ma lavaras Laban: Ra eveshaio an AOTROU etrezon-me ha te pa vimp en em dennet an eil digant egile.

50  Mar gwallgasez va merc'hed ha mar kemerez gwragez all nemet va merc'hed, setu, n'eus den ganeomp met Doue a vo test etrezon-me ha te!

51  Laban a lavaras da Jakob: Setu ar bern-mań ha setu ar peul-mań am eus savet etrezon-me ha te.

52  Ar bern-se a zo test, ar peul-se a zo test, penaos ne dremenin ket ar bern-se etrezek ennout ha penaos ne dremeni ket ar bern hag ar peul-se etrezek ennon evit noazout an eil d'egile.

53  Ra varno etrezomp Doue Abraham, Doue Nakor, Doue o zad! Jakob a douas dre an Hini a zouje Izaak e dad.

54  Jakob a ginnigas un aberzh war ar menez hag a bedas e vreudeur da zebriń bara. Debriń a rejont eta bara hag e tremenjont an noz war ar menez.

55  Laban a savas beure-mat, a bokas d'e vibien ha d'e verc'hed hag o bennigas, hag ez eas. Evel-se, Laban a zistroas d'ar gźr.

 

Pennad 32

Jakob a zo prest da vont da gavout Ezaü; e stourm gant an ael e Peniel

1  Jakob a gendalc'has e hent hag aeled Doue en em gavas gantań.

2  P'en doa gwelet anezho, Jakob a lavaras: Kamp Doue eo! Hag e c'halvas al lec'h-se Mahanaim (= an daou gamp).

3  Jakob a gasas kannaded a-raok dezhań war-zu Ezaü e vreur, da vro Seir, war vaezioł Edom.

4  Gourc'hemenn a reas dezho, o lavarout: Komz a reot evel-henn ouzh Ezaü va aotrou: Setu ar pezh a lavar da servijer Jakob: Chomet on e ti Laban hag on bet eno betek vremań.

5  Bez' em eus ejened, ezen, deńved, mevelien ha mitizhien, hag e kasan d'henn disklźriań da'm aotrou evit ma kavin trugarez dirak da zaoulagad.

6  Ar gannaded a zistroas da gavout Jakob hag a lavaras: Aet omp da gavout da vreur Ezaü, hag e kerzh war-arbenn dit gant pevar c'hant den.

7  Jakob a oa spontet bras ha leuniet a enkrez. Neuze e lodennas ar bobl a oa gantań, an deńved, an ejened hag ar c'hańvaled e div vandenn,

8  hag e lavaras: Mar sko Ezaü unan eus ar bandennoł, ar vandenn a chomo a c'hello tec'hel kuit.

9  Jakob a lavaras: O Doue va zad Abraham ha Doue va zad Izaak, AOTROU, te hag ac'h eus lavaret din: Distro da'z pro hag etrezek da gerentiezh, hag e vin mat en da geńver!

10  Re vihan on evit an holl vadelezhioł hag an holl fealded ac'h eus diskouezet e-keńver da servijer, rak treuzet em eus ar Jordan-mań gant va bazh ha bremań e ran div vandenn.

11  Me az ped, salv ac'hanon eus dorn va breur, eus dorn Ezaü! Rak aon am eus na zeufe ha na skofe ac'hanon, hag ar vamm gant ar vugale.

12  Koulskoude, te ac'h eus lavaret: A-dra-sur e vin mat en da geńver hag e lakain da lignez da zont da vezań evel traezh ar mor na c'heller ket kontań abalamour d'e niver bras.

13  Tremen a reas an noz el lec'h-se. Kemer a reas eus ar pezh a zeuas en e zorn evit ober ur prof da Ezaü, e vreur:

14  daou c'hant gavr hag ugent bouc'h, daou c'hant dańvadez hag ugent maout,

15  tregont kańvalez a roe da zenań gant o re vihan, daou-ugent buoc'h ha dek tarv, ugent azenez ha dek azen yaouank.

16  O lakaat a reas etre daouarn e servijerien, pep tropell an eil goude egile, hag e lavaras d'e servijerien: Tremenit a-raok din ha lakait ur pennad etre ur vandenn hag eben.

17  Neuze e c'hourc'hemennas d'an hini kentań, o lavarout: Pa en em gavo Ezaü va breur ganit ha pa c'houlenno ouzhit: Da biv out? Pelec'h emaout o vont? Da biv eo ar pezh a zo dirazout?

18  Lavarout a ri: Da'z servijer Jakob. Ur prof eo, a gas da Ezaü va aotrou, ha setu e teu e-unan war hol lerc'h.

19  Reiń a reas an hevelep urzh d'an eil ha d'an trede, ha d'ar re holl a yae war-lerc'h an tropelloł, o lavarout: Evel-se e komzot pa en em gavot gant Ezaü:

20  Lavarout a reot: Setu, da servijer Jakob a zeu war hol lerc'h. Rak lavarout a rae: Dousaat a rin anezhań gant ar prof a ya dirazon, ha goude-se e welin e zremm, marteze e tegemero ac'hanon en un doare trugarezus.

21  Ar prof a dremenas eta dirazań, met eń a chomas er c'hamp e-pad an noz.

22  Sevel a reas en noz-se hag e kemeras e ziv wreg, e ziv vatezh hag e unnek vab, hag e tremenas roudouz Jabok.

23  O c'hemer a reas eta hag o lakaas da dremen an dour-red. Lakaat a reas ivez da dremen ar pezh en doa.

24  Jakob a chomas e-unan. Hag un den a c'hourenas gantań betek sav gouloł-deiz.

25  Pa welas an den ne c'helle ket en trec'hiń, e skoas war bleg e vorzhed, ha pleg morzhed Jakob a voe dilec'hiet e-pad ma c'hourenas gantań.

26  Lavarout a reas: Lez ac'hanon da vont, rak gouloł deiz a zo deuet. Hag eń a lavaras: Ne lezin ket ac'hanout da vont ken na'z po va benniget.

27  Lavarout a reas: Petore anv ac'h eus? Hag eń a lavaras: Jakob.

28  Lavarout a reas: Da anv ne vo ken Jakob met Israel (= an hini a c'hourenas gant Doue). Rak gourenet ec'h eus gant Doue ha gant tud, ha trec'het ec'h eus.

29  Jakob a reas goulennoł outań, o lavarout: Desk din da anv, me az ped. Respont a reas: Perak e c'houlennez va anv? Hag e vennigas anezhań eno.

30  Jakob a c'halvas al lec'h-se Peniel (= dremm Doue), rak e lavaras: Gwelet em eus Doue dremm ouzh dremm ha va ene a zo bet saveteet.

31  Pa voe tremenet gantań Peniel, an heol a savas warnań, hag e kamme diouzh e vorzhed.

32  Dre-se, betek hiziv, mibien Israel ne zebront ket nervenn ar vorzhed, an hini a zo war bleg ar vorzhed, dre ma voe skoet pleg morzhed Jakob e nervenn ar vorzhed.

 

Pennad 33

Mont a ra Jakob war-ziarbenn Ezaü

1  Jakob a savas e zaoulagad hag a sellas. Ha setu, Ezaü a zeue, ha pevar c'hant den gantań. Neuze e lodennas ar vugale etre Lea, Rachel, hag an div vatezh.

2  Lakaat a reas ar mitizhien gant o bugale da gentań, Lea gant he bugale da c'houde, Rachel gant Jozef er renk diwezhań.

3  Evitań e tremenas a-raok dezho hag en em stouas d'an douar seizh gwech betek ma voe tostaet ouzh e vreur.

4  Ezaü a redas a-raok dezhań hag a vriatas anezhań, en em daolas d'e c'houzoug hag a bokas dezhań, hag e oueljont.

5  Neuze e savas e zaoulagad hag e welas ar gwragez hag ar vugale, hag e lavaras: Piv ac'h eus aze? Respont a reas: Ar vugale en deus roet Doue da'z servijer.

6  Ar mitizhien a dostaas, int hag o bugale, hag en em stoujont.

7  Lea ivez a dostaas gant he bugale, hag en em stoujont. Ha da c'houde Jozef ha Rachel a dostaas, hag en em stoujont.

8  Ezaü a lavaras: Petra a fell dit ober gant an holl vandenn-se a zo en em gavet ganin? Respont a reas: Evit kavout trugarez dirak daoulagad va aotrou.

9  Ezaü a lavaras: Emaon er fonnusted, va breur, mir ar pezh a zo dit.

10  Jakob a respontas: Nann, da bediń a ran, mar em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, degemer va frof eus va dorn, peogwir em eus gwelet da zremm evel ma weler dremm Doue, hag ec'h eus va degemeret gant truez.

11  Kemer, me az ped, va frof a zo bet kinniget dit, rak Doue en deus va leuniet a c'hrasoł hag em eus a gement zo. Kement e talc'has warnań ken en kemeras.

12  Ezaü a lavaras: Deomp, baleomp hag e kerzhin dirazout.

13  Jakob a lavaras: Va aotrou a oar penaos ar vugale a zo tener, ha bec'hiet on a zeńved hag a saout a ro da zenań; ma vint kaset re vuan, an holl zeńved a varvfe.

14  Ra dremeno va aotrou, me az ped, a-raok e servijer. Me a yelo gwall c'houstadik diouzh paz ar chatal a zo dirazon ha diouzh paz ar vugale, betek m'en em gavin e ti va aotrou e Seir.

15  Ezaü a lavaras: Me az ped ma lakain da chom ganit unan bennak eus an dud a zo ganin. Respont a reas: Perak-se? Ra gavin trugarez dirak daoulagad va aotrou!

16  Ezaü a zistroas en deiz-se dre e hent da Seir.

17  Jakob a yeas war-zu Sukkod. Sevel a reas un ti evitań ha lochoł evit e chatal. Dre-se ec'h anvas al lec'h-se Sukkod (= lochoł).

18  Jakob, o tont eus Paddan-Aram, a erruas yac'h ha mat e kźr Sichem e bro Ganaan, hag e kampas dirak kźr.

19  Prenań a reas eno al lodenn-bark en doa savet e deltenn enni eus dorn mibien Hamor tad Sichem, evit kant pezh arc'hant.

20  Sevel a reas eno un aoter hag e c'halvas anezhi El-Elohe-Israel (= Doue eo Doue Israel).

 

Pennad 34

Sichem a skrap hag a zizenor Dina

1  Dina, ar verc'h he doa ganet Lea da Jakob, a yeas er-maez da welout merc'hed ar vro.

2  Sichem mab Hamor an Hevian, prińs ar vro, he gwelas hag he c'hemeras. Hag e kouskas ganti hag he dizenoras.

3  E ene en em stagas ouzh Dina merc'h Jakob, hag e karas anezhi hag e komzas ouzh kalon ar plac'h yaouank.

4  Sichem a gomzas da Hamor e dad hag a lavaras: Ro din ar plac'h yaouank-se da wreg.

5  Jakob a anavezas penaos en doa dizenoret Dina e verc'h, met e vibien a oa er parkeier gant al loened, ha Jakob ne lavaras ger betek o distro.

6  Hamor tad Sichem a zeuas da gomz ouzh Jakob.

7  Mibien Jakob a zistroas eus ar parkeier pa glevjont kement-se. Ar re-mań a voe gwall c'hlac'haret ha droug enno eus an dra vezhus en doa graet Sichem da Israel o kousket gant merc'h Jakob, ar pezh ne oa ket d'ober.

8  Hamor a gomzas outo, o lavarout: Ene Sichem va mab a zo en em staget ouzh ho merc'h, roit hi dezhań, me ho ped, da wreg.

9  En em unanit ganeomp, reiń a reot deomp ho merc'hed hag e kemerot hor merc'hed evidoc'h.

10  Chom a reot ganeomp hag ar vro a vo deoc'h. Chomit enni, gwerzhit ha prenit madoł.

11  Sichem a lavaras da dad ha da vreudeur Dina: Ra gavin trugarez dirak ho taoulagad hag e roin ar pezh a lavarot din.

12  Goulennit diganin un douar bras ha kalz a brofoł, hag e roin deoc'h evel ma lavarot din, met roit din ar plac'h yaouank da wreg.

13  Mibien Jakob a respontas gant touellerezh da Sichem ha da Hamor e dad. Komz a rejont evel-henn dre m'en doa dizenoret Dina o c'hoar.

14  Lavarout a rejont: Un dra eo na c'hellomp ket ober, reiń hor c'hoar d'un den diamdroc'h, rak kement-se a vefe ur vezh evidomp.

15  Ne roimp ket ar pezh a c'houlennit diouzhimp, nemet e teufec'h da vezań heńvel ouzhimp oc'h amdroc'hań pep par en ho touez.

16  Neuze e roimp deoc'h hor merc'hed hag e kemerimp ho merc'hed evidomp, hag e chomimp ganeoc'h hag e vimp ur bobl hepken.

17  Met ma ne fell ket deoc'h selaou ouzhimp ha bezań amdroc'het, e kemerimp hor merc'h hag ez aimp kuit.

18  O c'homzoł a blijas da Hamor ha da Sichem mab Hamor.

19  An den yaouank ne zaleas ket da ober kement-se, rak merc'h Jakob a blije dezhań. Eń a oa an hini uhelań e ti e dad.

20  Hamor ha Sichem e vab a zeuas eta da zor o c'hźr hag a gomzas ouzh tud kźr, o lavarout:

21  An dud-se a zo peoc'hius en hor c'heńver, ra chomint er vro ha ra genwerzhint enni. Setu, ar vro a zo bras a-walc'h evito. Kemer a raimp o merc'hed evel gwragez hag e roimp dezho hor merc'hed.

22  Met ne asanto an dud-se da chom ganeomp da vezań ur bobl hepken, nemet e vefe amdroc'het pep par en hon touez evel ma'z int amdroc'het o-unan.

23  O chatal hag o madoł hag o holl loened, ha ne vint ket deomp? Asantomp ganto war-se hepken, ha ra chomint ganeomp.

24  Ar re holl a yae er-maez dre zor kźr a sentas ouzh Hamor hag ouzh Sichem e vab, ha pep par a yae dre zor kźr a voe amdroc'het.

25  Hag e c'hoarvezas d'an trede deiz, pa oant er boan, ma kemeras daou eus mibien Jakob, Simeon ha Levi breudeur Dina, pep hini e gleze, ha ma en em daoljont war ar gźr e peoc'h hag e lazhjont an holl bared.

26  Lazhań a rejont gant barvenn ar c'hleze Hamor ha Sichem e vab, hag e kemerjont Dina eus ti Sichem, hag ez ejont kuit.

27  Mibien Jakob en em daolas war ar re vlońset hag a breizhas kźr dre ma oa bet dizenoret o c'hoar.

28  Kemer a rejont o deńved, o ejened hag o ezen, ar pezh a oa e kźr hag er parkeier,

29  preizhań ha degas a rejont ganto an holl vadoł, o holl vugale vihan hag o gwragez ha kement a oa en tiez.

30  Neuze Jakob a lavaras da Simeon ha da Levi: Trubuilhet hoc'h eus ac'hanon, o vezań ma'm lakait e brud fall e-touez tud ar vro, e-touez ar Gananeiz hag ar Ferezianed. Ne'm eus nemet un niver bihan a dud, en em vodań a raint a-enep din hag e skoint ac'hanon hag e vin distrujet, me ha va zi.

31  Respont a rejont: Hag ur c'hast a vo graet eus hor c'hoar?

 

Pennad 35

Jakob e Betel; ganedigezh Benjamin; marv Rachel; marv Izaak

1  Doue a lavaras da Jakob: Sav, pign da Vetel ha chom eno, gra eno un aoter d'an Doue en em ziskouezas dit pa dec'hes dirak Ezaü da vreur.

2  Jakob a lavaras d'e diegezh ha d'ar re holl a oa gantań: Lamit an doueoł estren diouzh ho touez, en em c'hlanait ha cheńchit ho tilhad,

3  hag e savimp, hag e pignimp da Vetel, hag e raimp eno un aoter d'an Doue en deus respontet din da zeiz va enkrez hag a zo bet ganin e-pad va beaj.

4  Neuze e rojont da Jakob an holl zoueoł estren o doa, hag ar gwalinier a oa ouzh o divskouarn. Jakob a zouaras anezho didan an dervenn a oa e-kichen Sichem.

5  Goude-se ez ejont kuit. Doue a skoas a spont ar c'hźrioł a oa en-dro dezho ha n'ejont ket war-lerc'h mibien Jakob.

6  Jakob a zeuas da Luz, a zo Betel, e bro Ganaan, eń hag an holl bobl a oa gantań.

7  Sevel a reas eno un aoter hag e c'halvas al lec'h-se El-Betel (= Doue eus ti Doue), rak eno eo e oa Doue en em ziskouezet dezhań pa dec'he dirak e vreur.

8  Debora, magerez Rebeka, a varvas hag a voe sebeliet izeloc'h eget Betel didan an dervenn a c'halver Allon-Bakuth (= dervenn an daeroł).

9  Doue en em ziskouezas c'hoazh da Jakob pa oa deuet eus Paddan-Aram hag a vennigas anezhań.

10  Doue a lavaras: Da anv a zo Jakob; ne vi ken galvet Jakob met Israel a vo da anv. Hag e roas dezhań an anv Israel.

11  Doue a lavaras: Me eo an Doue holl-c'halloudek. Bez frouezhus ha kresk; ur vroad ha zoken un engroez a vroadoł a c'hano diouzhit, rouaned a zeuio diouzh da lounezhi.

12  Me a roio dit ar vro am eus roet da Abraham ha da Izaak, hag e roin ar vro-mań da'z lignez war da lerc'h.

13  Doue a yeas kuit digantań eus al lec'h m'en doa komzet outań.

14  Jakob a savas ur peul e-lec'h m'en doa komzet outań, ur peul-maen, hag e skuilhas un evaj-kinnig warnań, hag e skuilhas eoul warnań.

15  Jakob a c'halvas al lec'h m'en doa komzet outań Doue: Betel.

16  Mont a rejont kuit eus Betel, hag e oa c'hoazh ur pennad-hent evit erruout en Efrata pa c'hanas Rachel. Hag he doe kalz a boan da wilioudiń.

17  Evel m'he doa kalz a boan o wilioudiń, an amiegez a lavaras: Na'z pez ket aon, rak c'hoazh ec'h eus ur mab.

18  Evel ma roe hec'h ene, rak mervel a reas, e c'halvas anezhań Ben-Oni (= mab ar glac'har), met e dad e c'halvas Benjamin (= mab a du dehou).

19  Rachel a varvas eta; ha sebeliet e voe war hent Efrata, a zo Betlehem (= ti ar bara).

20  Jakob a savas eno ur peul war he bez. Peul bez Rachel eo, ha chomet eo c'hoazh betek hiziv.

21  Israel a yeas kuit hag a fichas e deltenn en tu all da Vigdal-Eder (= tour an tropell).

22  E-pad ma voe Israel o chom er vro-se, e c'hoarvezas ma yeas Ruben da gousket gant Bilha adwreg e dad. Israel a glevas-se. Jakob en doa daouzek mab.

23  Mibien Lea: Ruben, kentań-ganet eus Jakob, Simeon, Levi, Isakar ha Zabulon.

24  Mibien Rachel: Jozef ha Benjamin.

25  Mibien Bilha matezh Rachel: Dan ha Neftali.

26  Mibien Zilpa matezh Lea: Gad hag Aser. Ar re-se eo mibien Jakob, a c'hanas dezhań e Paddan-Aram.

27  Jakob a zeuas etrezek Izaak e dad da v-Mamre e Kirjad-Arba, a zo Hebron, e-lec'h ma oa bet o chom Abraham hag Izaak.

28  An amzer ma vevas Izaak a voe eta kant ha pevar-ugent vloaz.

29  Neuze e tianalas hag e varvas, hag e voe dastumet etrezek e bobloł, oadet ha gwalc’het a zeizioł. Ezaü ha Jakob e vibien a sebelias anezhań.

 

Pennad 36

Diskennidi Ezaü

1  Setu lignez Ezaü, a zo Edom.

2  Ezaü a gemeras e wragez e-touez merc'hed Kanaan: Ada merc'h Elon an Hitit, Oholibama merc'h Ana merc'h Zibeon an Hevian,

3  ha Basmad merc'h Ismael, c'hoar Nebajod.

4  Ada a c'hanas da Ezaü Elifaz, Basmad a c'hanas Reuel,

5  hag Oholibama a c'hanas Jeush, Jaelam ha Kora. Ar re-se eo mibien Ezaü, ar re ganet dezhań e bro Ganaan.

6  Ezaü a gemeras e wragez, e vibien, e verc'hed hag holl dud e di, e loened hag e holl chatal hag an holl vadoł en doa dastumet e bro Ganaan, hag ez eas en ur vro all, pell diouzh Jakob e vreur.

7  Rak o madoł a oa ken bras, ken na c'hellent ket chom asambles, hag ar vro e-lec'h ma oant o chom ne c'helle ket o derc'hel abalamour d'o zropelloł.

8  Ezaü a chomas war Venez Seir. Ezaü a zo Edom.

9  Setu lignez Ezaü tad an Edomiz, war Venez Seir.

10  Setu amań anvioł mibien Ezaü: Elifaz mab Ada gwreg Ezaü; Reuel mab Basmad gwreg Ezaü.

11  Mibien Elifaz a voe Teman, Omar, Zefo, Gaetam ha Kenaz.

12  Timna a voe adwreg da Elifaz mab Ezaü hag a c'hanas Amalek da Elifaz. Ar re-se eo mibien Ada gwreg Ezaü.

13  Setu mibien Reuel: Nahad, Zerak, Shamma ha Mizza. Ar re-se eo mibien Basmad gwreg Ezaü.

14  Setu mibien Oholibama merc'h Ana merc'h Zibeon, gwreg Ezaü: Hi a c'hanas da Ezaü Jeush, Jaelam ha Kora.

15  Setu pennoł-bras mibien Ezaü: Mibien Elifaz, kentań-ganet eus Ezaü: ar penn-bras Teman, ar penn-bras Omar, ar penn-bras Zefo, ar penn-bras Kenaz,

16  ar penn-bras Kora, ar penn-bras Gaetam, ar penn-bras Amalek. Setu aze pennoł-bras deuet eus Elifaz e bro Edom, setu aze mibien Ada.

17  Setu mibien Reuel mab Ezaü: Ar penn-bras Nahad, ar penn-bras Zerak, ar penn-bras Shamma, ar penn-bras Mizza. Setu aze ar pennoł-bras deuet eus Reuel e bro Edom, ar re-se eo mibien Basmad gwreg Ezaü.

18  Setu mibien Oholibama gwreg Ezaü: Ar penn-bras Jeush, ar penn-bras Jaelam, ar penn-bras Kora. Setu aze ar pennoł-bras deuet eus Oholibama merc'h Ana, gwreg Ezaü.

19  Ar re-se eo mibien Ezaü ha setu o pennoł-bras. Eń a zo Edom.

20  Setu amań mibien Seir an Horian, ar re a oa o chom er vro: Lotan, Shobal, Zibeon, Ana,

21  Dishon, Ezer ha Dishan. Setu aze pennoł-bras an Horianed mibien Seir e bro Edom.

22  Mibien Lotan a voe Hori hag Hemam. C'hoar Lotan a voe Timna.

23  Setu amań mibien Shobal: Alvan, Manahad, Ebal, Shefo hag Onam.

24  Setu amań mibien Zibeon: Aya hag Ana. Ana eo an hini a gavas ar mammennoł tomm er gouelec'h e-pad ma vesae ezen Zibeon e dad.

25  Setu amań mab Ana: Dishon. Merc'h Ana a voe Oholibama.

26  Setu amań mibien Dishon: Hemdan, Eshban, Jitran ha Keran.

27  Setu amań mibien Ezer: Bilhan, Zaavan hag Akan.

28  Setu amań mibien Dishan: Uz hag Aran.

29  Setu pennoł-bras an Horianed: Ar penn-bras Lotan, ar penn-bras Shobal, ar penn-bras Zibeon, ar penn-bras Ana,

30  ar penn-bras Dishon, ar penn-bras Ezer, ar penn-bras Dishan. Setu aze pennoł-bras an Horianed, ar pennoł-bras o doe e bro Seir.

31  Setu amań ar rouaned a renas e bro Edom, a-raok ma renas ur roue war vugale Israel:

32  Bela mab Beor a renas en Edom, hag anv e gźr a oa Dinhaba.

33  Bela a varvas, ha Jobab mab Zerak eus Bozra a renas en e lec'h.

34  Jobab a varvas, hag Husham eus bro an Temaniz a renas en e lec'h.

35  Husham a varvas, hag Hadad mab Bedad a renas en e lec'h. Pilat a drec'has Madian e maezioł Moab. Anv e gźr a oa Avid.

36  Hadad a varvas, ha Samla eus Masreka a renas en e lec'h.

37  Samla a varvas, ha Saül eus Reobod war ar stźr a renas en e lec'h.

38  Saül a varvas, ha Baal-Hanan mab Akbor a renas en e lec'h.

39  Baal-Hanan mab Akbor a varvas, hag Hadar a renas en e lec'h. Anv e gźr a oa Paü, hag anv e wreg a oa Mehetabeel merc'h Matred merc'h Mezahab.

40  Setu amań anvioł ar pennoł-bras deuet eus Ezaü, hervez o ziegezhioł, o lec'hioł hag o anvioł: ar penn-bras Timna, ar penn-bras Alva, ar penn-bras Jeted,

41  ar penn-bras Oholibama, ar penn-bras Ela, ar penn-bras Pinon,

42  ar penn-bras Kenaz, ar penn-bras Teman, ar penn-bras Mibzar,

43  ar penn-bras Magdiel, ar penn-bras Iram. Setu aze pennoł-bras Edom, hervez o chomlec'hioł e bro o dal'ch. Setu aze Ezaü tad an Edomiz.

 

Pennad 37

Jozef gwerzhet gant e vreudeur

1  Jakob a chomas e bro Ganaan, e-lec'h ma oa bet e dad o chom.

2  Setu amań lignez Jakob. Jozef, oadet a seitek vloaz, a vesae al loened gant e vreudeur. Ar bugel a oa e-kichen mibien Bilha ha mibien Zilpa, gwragez e dad. Ha Jozef a zegase d'e dad o c'homzoł fall.

3  Israėl a gare Jozef muioc'h eget e holl vibien all, rak mab e gozhni e oa, hag e reas dezhań un doneg a veur a liv.

4  E vreudeur, o welout penaos e kare e dad anezhań muioc'h eget e holl vreudeur, a gasae anezhań, ha ne c'hellent ken komz outań e peoc'h.

5  Jozef en doe un huńvre hag he roas da anavezout d'e vreudeur; hag e kasajont anezhań c'hoazh muioc'h.

6  Lavarout a reas: Selaouit, me ho ped, an huńvre am eus bet.

7  Edomp oc'h endrammań e-kreiz ar parkeier. Setu, va feskenn a savas hag en em zalc'has en e sav, ha neuze ho feskennoł a zeuas en-dro dezhi hag en em stouas dirazi.

8  E vreudeur a lavaras: Ha ren a ri eta warnomp? Pe hor gouarn a ri? Hag e kasajont anezhań c'hoazh muioc'h en abeg d'e huńvreoł ha d'e gomzoł.

9  C'hoazh en doe un huńvre all hag e kontas anezhi d'e vreudeur. Lavarout a reas: Bet em eus c'hoazh un huńvre. Setu, an heol, al loar hag unnek steredenn en em stouent dirazon.

10  Lavarout a reas kement-se d'e dad ha d'e vreudeur. E dad a c'hourdrouzas anezhań hag a lavaras: Petra' c'hell bezań an huńvre-se ac'h eus bet? Ha ret e vo ma teuimp, me, da vamm ha da vreudeur, d'en em stouiń d'an douar dirazout?

11  E vreudeur o doa gwarizi outań, met e dad a zalc'has an traoł-mań.

12  E vreudeur a yeas da vesa loened o zad da Sichem.

13  Israel a lavaras da Jozef: Da vreudeur, ha ne vesaont ket al loened e Sichem? Deus, ma kasin ac'hanout d'o c'havout. Hag e respontas: Setu me amań!

14  Lavarout a reas: Kae eta, gwel penaos emań da vreudeur ha penaos emań al loened, ha degas din keloł anezho. Kas a reas anezhań da draonienn Hebron, ha Jozef a zeuas da Sichem.

15  Un den e gavas o redek dre ar parkeier, hag an den-se a reas goulennoł outań hag a lavaras: Petra a glaskez?

16  Respont a reas: Klask a ran va breudeur, lavar din, me az ped, pelec'h e vesaont.

17  An den a lavaras: Aet int ac'hann, rak klevet em eus anezho o lavarout: Eomp da z-Dotan. Jozef a yeas eta war-lerc'h e vreudeur hag o c'havas e Dotan.

18  O welout anezhań a-bell, a-raok ma voe erru tost dezho, e kuzuilhjont a-enep dezhań evit e lazhań.

19  Lavarout a rejont an eil d'egile: Setu, emań an huńvreer o tont.

20  Bremań eta, deuit, lazhomp anezhań ha taolomp eń en ur puńs bennak, hag e lavarimp en devo debret anezhań ul loen gouez. Hag e welimp petra a zeuio da vezań e huńvreoł.

21  Ruben a glevas kement-se hag a dennas anezhań eus o daouarn. Lavarout a reas: Na lamomp ket e vuhez digantań.

22  Ruben a lavaras: Na skuilhit ket gwad, taolit anezhań er puńs-glav-se a zo er gouelec'h ha na lakait ket ho taouarn warnań. Kement-se a oa evit e lemel eus o daouarn hag e reiń d'e dad.

23  Adalek ma oa en em gavet Jozef e-kichen e vreudeur, e tiwiskjont anezhań eus e doneg, an doneg a veur a liv a oa warnań,

24  hag e krogjont ennań d'e deurel er puńs. Ar puńs a oa goullo, ne oa ket dour ennań.

25  Neuze ec'h azezjont da zebriń bara. O sevel o daoulagad, e weljont ur strollad Ismaeliz o tont eus Galaad, o c'hańvaled bec'hiet gant louzoł-frondus, balzam ha mir, a yae d'o c'has d'an Ejipt.

26  Juda a lavaras d'e vreudeur: Da betra e servijfe deomp lazhań hor breur ha kuzhat e wad?

27  Deuit, gwerzhomp anezhań d'an Ismaeliz, ha ra ne vo ket hon daouarn warnań, rak hor breur, hor c'hig eo. Hag e vreudeur a sentas outań.

28  Evel ma tremene marc'hadourien madianat, e tennjont hag e tapjont Jozef eus ar puńs, hag e werzhjont Jozef evit ugent pezh arc'hant d'an Ismaeliz. Ar re-mań e gasas d'an Ejipt.

29  Ruben a zistroas d'ar puńs-glav ha setu, Jozef ne oa ket ennań. Regiń a reas e zilhad

30  hag e tistroas da gavout e vreudeur, hag e lavaras: Ar bugel n'emań ket ennań! Ha me, pelec'h ez in?

31  Kemer a rejont toneg Jozef ha, lazhet ganto ur bouc'h, e soubjont an doneg er gwad.

32  Kas a rejont d'o zad an doneg a veur a liv, o lavarout: Kavet hon eus kement-mań. Anavez hag eo toneg da vab pe n'eo ket.

33  Hag ec'h anavezas anezhi, hag e lavaras: Toneg va mab eo. Ul loen gouez en deus e zebret, a-dra-sur Jozef a zo bet drailhet.

34  Regiń a reas e zilhad hag e lakaas ur sac'h war e zivgroazell. E-pad pell e tougas kańv d'e vab.

35  E holl vibien hag e holl verc'hed a zeuas d'e frealziń, met ne felle ket dezhań bezań frealzet. Lavarout a reas: Diskenn a rin e kańv etrezek va mab e lec'h ar varv! Hag e dad a ouele dezhań.

36  Ar Vadianiz a werzhas anezhań en Ejipt da b-Potifar, ofiser Faraon, penn eus e warded.

 

Pennad 38

Juda ha Tamar

1  C'hoarvezout a reas en amzer-se ma pellaas Juda digant e vreudeur ha ma'z eas etrezek un den eus Adullam anvet Hira.

2  Juda a welas eno merc'h ur C'hananead anvet Shua, hag e kemeras anezhi hag ez eas daveti.

3  Końseviń a reas hag e c'hanas ur mab, hag e c'halvas anezhań Er (= evezhiek).

4  Końseviń a reas c'hoazh hag e c'hanas ur mab, hag e c'halvas anezhań Onan (= kreńv).

5  Genel a reas c'hoazh ur mab hag e c'halvas anezhań Shela (= pedenn). Juda a oa e Kezib pa c'hanas anezhań.

6  Juda a gemeras ur wreg anvet Tamar evit Er e gentań-ganet.

7  Er, kentań-ganet Juda, a voe fall dirak daoulagad an AOTROU, hag an AOTROU a lakaas anezhań da vervel.

8  Neuze Juda a lavaras da Onan: Kae davet gwreg da vreur, kemer anezhi evel breur-kaer ha sav ul lignez da'z preur.

9  Onan a ouie penaos al lignez-se ne vije ket dezhań, ha pa'z ae davet gwreg e vreur, en em saotre d'an douar kuit da reiń ul lignez d'e vreur.

10  Ar pezh a rae a zisplije d'an AOTROU hag e lakaas anezhań da vervel ivez.

11  Juda a lavaras da Damar e verc'h-kaer: Chom intańvez e ti da dad betek ma vo Shela va mab deuet d'e vent. Rak lavarout a reas: Diwallomp na varvfe eń ivez evel e vreudeur. Tamar a yeas hag a chomas e ti he zad.

12  An deizioł a dremenas ha merc'h Shua gwreg Juda a varvas. Pa voe Juda frealzet, e pignas etrezek touzerien e zeńved da Dimna gant e vignon Hira an Adullamat.

13  Ar c'heloł a voe roet da Damar, o lavarout: Setu, da dad-kaer a bign da Dimna da douzań e zeńved.

14  Neuze e kuitaas he dilhad intańvez, en em c'holoas gant ur gouel, en em bakas hag ec'h azezas e dor Enaim a zo war hent Timna. Rak e wele e oa deuet Shela d'e vent, ha ne oa ket roet dezhań da wreg.

15  Juda he gwelas hag he c'hemeras evit ur c'hast, rak goloet he doa he dremm.

16  En em distreiń a reas d'he c'havout war an hent hag e lavaras: Deus, me az ped, ma'z in ganit. Rak ne ouie ket e oa e verc'h-kaer. Hi a lavaras: Petra a roi din evit dont ganit?

17  Lavarout a reas: Degas a rin dit ur c'havrig eus an tropell. Hi a lavaras: Ha reiń a ri din ur c'hred, betek ma he degasi?

18  Lavarout a reas: Pehini eo ar c'hred a roin dit? Hi a lavaras: Da siell, da gordennig ha da vazh a zo en da zorn. Hag e roas anezho dezhi. Neuze ez eas daveti hag e końsevas dioutań.

19  Sevel a reas hag ez eas kuit. Hag e kuitaas he gouel hag e wiskas he dilhad intańvez.

20  Juda a gasas ar c'havrig dre e vignon an Adullamat, evit tennań ar c'hred eus daouarn ar wreg-se. Met n'he c'havas ket.

21  Goulennata a reas tud al lec'h-se, o lavarout: Pelec'h emań ar c'hast a oa en Enaim war an hent? Respont a rejont: N'eus bet amań gast ebet.

22  Distreiń a reas da gavout Juda hag e lavaras: Ne'm eus ket kavet anezhi, ha zoken tud al lec'h-se o deus lavaret: N'eus bet amań gast ebet.

23  Juda a lavaras: Ra viro ar c'hred! Ne c'hellomp ket bezań dismegańset. Setu, em eus kaset ar c'havrig-se ha ne'c'h eus ket he c'havet.

24  Erruout a reas penaos, war-dro tri miz goude, e voe roet keloł da Juda, o lavarout: Tamar, da verc'h-kaer, a zo en em roet d'ar gasterezh ha zoken setu, he deus końsevet eus he gasterezh. Ha Juda a lavaras: Lakait anezhi da vont er-maez, ma vo devet.

25  Evel ma he lakaed er-maez, e kasas da lavarout d'he zad-kaer: Końsevet em eus dre an den e oa an traoł-mań dezhań. Hag e lavaras: Anavez, me az ped, da biv eo ar siell, ar gordennig hag ar vazh-mań.

26  Juda o anavezas hag a lavaras: Reishoc'h eo egedon, dre ma ne'm eus ket he roet da Shela va mab. Ha n'anavezas ken anezhi.

27  Pa voe poent dezhi gwilioudiń, setu ma oa gevelled en he c’hof.

28  E-pad ma wilioude, unan a roas e zorn, hag an amiegez e dapas hag a stagas outań un neudenn ruz, o lavarout: Hemań eo an hini kentań.

29  Met evel ma tenne e zorn, setu, e vreur a zeuas er-maez. Hi a lavaras: Pebezh freuz ac'h eus graet! Hag e voe anvet Perez (= toull-freuz).

30  Neuze e vreur a zeuas gant e zorn kelc'hiet gant an neudenn ruz, hag e voe anvet Zerak (= gouloł o sevel)

 

Pennad 39

Jozef ha gwreg Potifar

1  Jozef a voe kaset en Ejipt, ha Potifar, ofiser Faraon ha penn e warded, den Ejipsian, a brenas anezhań digant an Ismaeliz o doa e zegaset.

2  An AOTROU a voe gant Jozef, hag e rae berzh. Edo e ti e vestr an Ejipsian.

3  E vestr a welas penaos e oa an AOTROU gantań ha penaos e lakae an AOTROU da ober berzh dre e zaouarn kement a rae.

4  Jozef a gavas trugarez dirak e zaoulagad hag a servijas anezhań. Lakaet e voe da vestr war e di, ha kement en doa a voe etre e zaouarn.

5  Abaoe ma en doa e lakaet da vestr war e di ha war gement en doa, an AOTROU a vennigas ti an Ejipsian abalamour da Jozef. Ha bennozh an AOTROU a voe war gement en doa en ti hag er parkeier.

6  Hag e lezas etre daouarn Jozef kement en doa, ha ne gemere anaoudegezh eus netra gantań nemet eus ar boued a zebre. Jozef a oa kaer a vent ha kaer a zremm.

7  Goude an traoł-mań, e c'hoarvezas ma taolas gwreg e vestr he daoulagad war Jozef hag e lavaras: Kousk ganin.

8  Met eń ne reas ket hag a lavaras da wreg e vestr: Setu, va mestr ne gemer ganin anaoudegezh ebet eus ar pezh a zo en ti hag en deus lakaet etre va daouarn kement a zo dezhań.

9  Den n'eo uheloc'h en ti-mań egedon ha n'en deus difennet ouzhin stekiń ouzh tra ebet nemet ouzhit-te, dre ma'z out e wreg. Penaos e rafen un droug ken bras hag e pec'hfen a-enep Doue?

10  Daoust ma komze bemdez da Jozef, ne fellas ket dezhań he selaou evit kousket ganti na bezań ganti.

11  C'hoarvezout a reas un devezh ma teuas en ti d'ober e labour ha ne voe eno den eus tud an tiegezh.

12  Hi a grogas ennań dre e zilhad, o lavarout: Kousk ganin! Met lezel a reas e zilhad etre he daouarn hag e tec'has kuit er-maez.

13  Adalek ma welas penaos en doa lezet e zilhad etre he daouarn da dec'hout kuit er-maez,

14  e c'halvas tud he zi hag e komzas dezho, o lavarout: Gwelit, degaset eo bet deomp un Hebread evit touellań ac'hanomp. Deuet eo davedon da gousket ganin, met kriet em eus a-vouezh uhel.

15  Adalek m'en deus va c'hlevet o sevel va mouezh hag o krial, en deus lezet e zilhad em c'hichen hag eo tec'het kuit er-maez.

16  Hag e lakaas dilhad Jozef en he c'hichen betek ma teuas he mestr d'ar gźr.

17  Neuze e lavaras an hevelep komzoł evel-henn: Ar sklavour hebreat ac'h eus degaset a zo deuet davedon evit va zromplań.

18  Met evel ma em eus savet va mouezh ha ma em eus kriet, en deus lezet e zilhad em c'hichen hag eo tec'het kuit er-maez.

19  Adalek m'en doe mestr Jozef klevet komzoł e wreg a lavare: Setu aze ar pezh en deus graet da sklavour din! e tanas e gounnar.

20  Mestr Jozef e gemeras hag a lakaas anezhań en toull-bac'h, e-lec'h ma veze dalc'het prizonidi ar roue. Eno e voe eta, en toull-bac'h.

21  Met an AOTROU a voe gant Jozef, hag ec'h astennas e vadelezh warnań. Lakaat a reas anezhań da gavout trugarez dirak daoulagad penn an toull-bac'h.

22  Penn an toull-bac'h a lakaas etre daouarn Jozef an holl brizonidi a oa en toull-bac'h, ha kement a oa graet eno a veze graet drezań.

23  Penn an toull-bac'h ne adwele netra eus ar pezh en doa Jozef etre e zaouarn, abalamour ma oa an AOTROU gantań ha ma lakae da ober berzh kement a rae.

 

Pennad 40

Huńvreoł eus hanafer ha baraer ar roue

1  Goude an traoł-mań, e c'hoarvezas penaos hanafer ha baraer roue an Ejipt a feukas o mestr roue an Ejipt.

2  Faraon a fuloras a-enep e zaou ofiser, a-enep an hanafer bras hag ar baraer bras,

3  hag a lakaas anezho e ti penn ar warded, en toull-bac'h, e-lec'h ma voe dalc'het Jozef.

4  Penn ar warded o lakaas etre daouarn Jozef hag e servije anezho. Hag e voent un nebeud amzer en toull-bac'h.

5  O-daou o doe un huńvre, pep hini e hini, en hevelep nozvezh, pep hini e huńvre da zisplegań dezhań, kenkoulz an hanafer evel baraer roue an Ejipt, ar re a oa dalc'het en toull-bac'h.

6  Jozef, o tont d'o c'havout diouzh ar beure, a sellas outo ha setu, e oant trist.

7  Hag e reas goulennoł digant ofiserien Faraon a oa gantań en toull-bac'h e-barzh ti e vestr, o lavarout dezho: Perak emaoc'h trist hiziv?

8  Lavarout a rejont: Un huńvre hon eus bet ha n'eus den d'he displegań. Jozef a lavaras: An displegadennoł, ha n'int ket da Zoue? Kontit din, me ho ped.

9  An hanafer bras a gontas e huńvre da Jozef evel-se: Huńvreal a raen ha setu, ur winienn a oa dirazon,

10  hag ar winienn-se he doa tri brank. War a seblant e bountas, he bleunioł a zeuas er-maez hag he blokadoł a roas rezin darev.

11  Hanaf Faraon a oa em dorn. Hag e kemeris ar rezin, e waskis anezho en hanaf Faraon hag e lakais an hanaf e dorn Faraon.

12  Jozef a lavaras: Setu amań an displegadenn: An tri brank a zo tri devezh.

13  A-benn tri devezh Faraon a savo da benn hag a adlakaio ac'hanout en da garg. Lakaat a ri hanaf Faraon en e zorn evel ma raes diagent pa oas e hanafer.

14  Met az pez sońj ac'hanon pa vi eürus ha diskouez da vadelezh em c'heńver, me az ped. Komz ac'hanon da Faraon ha laka ac'hanon da vont er-maez eus an ti-mań.

15  Rak a-dra-sur, me a zo bet laeret eus bro an Hebreed, hag amań kennebeut ne'm eus graet netra evit bezań lakaet en toull-mań.

16  Ar baraer bras, o welout en doa roet Jozef un displegadenn ken brav, a lavaras dezhań: Me ivez a huńvree ha setu, em boa teir fanerad bara gwenn war va fenn.

17  Er baner uhelań e oa evit Faraon meuzioł a bep seurt graet gant ur baraer hag al laboused o debre er baner a oa war va fenn.

18  Jozef a respontas hag a lavaras: Setu amań an displegadenn: An teir faner a zo tri devezh.

19  A-benn tri devezh Faraon a savo da benn diwarnout hag a grougo ac'hanout ouzh ur c'hoad, hag al laboused a zebro da gig diwarnout.

20  An trede deiz, deiz-ha-bloaz Faraon, e reas ur fest d'e holl servijerien hag e savas penn an hanafer bras ha penn ar baraer bras e-kreiz e servijerien.

21  Adlakaat a reas an hanafer bras en e garg a hanafer evit ma lakaje an hanaf e-barzh dorn Faraon,

22  met e krougas ar baraer bras evel m'en doa displeget Jozef dezho.

23  An hanafer bras n'en doe ket sońj eus Jozef met e ankounac'haas.

 

Pennad 41

Huńvreoł Faraon; Jozef gouarnour en Ejipt

1  A-benn daou vloaz e c'hoarvezas m'en doe Faraon un huńvre. Setu, en em zalc'he tost d'ar stźr.

2  Ha setu, e pignas seizh buoc'h kaer da welout ha lart eus ar stźr, hag e peurjont er prad.

3  Ha setu, seizh buoc'h all fall da welout ha treut a bignas eus ar stźr en o goude, hag en em zalc'hjont e-kichen ar re all war vord ar stźr.

4  Ar buoc'hed fall da welout ha treut a zebras ar seizh buoc'h kaer da welout ha lart. Ha Faraon a zihunas.

5  Hag e kouskas hag ec'h huńvreas un eil gwech. Setu, seizh tańvouezenn druz ha brav a vountas war un hevelep korzenn.

6  Ha seizh tańvouezenn treut ha devet gant avel ar sav-heol a greskas en o goude.

7  An tańvouezennoł treut a lonkas ar seizh tańvouezenn druz ha leun. Ha Faraon a zihunas. Setu an huńvre.

8  Diouzh ar beure, e spered a voe strafuilhet hag e kasas da c'hervel holl hudourien hag holl re fur an Ejipt. Faraon a lavaras e huńvreoł met ne oa den evit o displegań dezhań.

9  Neuze an hanafer bras a gomzas da Faraon, o lavarout: Emaon o vont da eńvoriń hiziv va mankoł.

10  Faraon en em lakaas droug ennań a-enep e servijerien hag a lakaas ac'hanon en toull-bac'h, e ti penn ar warded, me hag ar baraer bras.

11  Neuze hor boe, eń ha me, un huńvre en un hevelep nozvezh. Huńvreal a rejomp, pep hini e huńvre da zisplegań dezhań.

12  Eno ganeomp e oa un den yaouank hebreat, servijer penn ar warded, hag e lavarjomp dezhań hon huńvreoł hag o displegas deomp. Reiń a reas da bep hini un displegadenn hervez e huńvre.

13  An traoł a zo en em gavet evel m'en doa o displeget, adlakaet on bet em c'harg hag eń a voe krouget.

14  Faraon a gasas da c'hervel Jozef, a oa lakaet buan er-maez eus an toull-bac'h. Aotennet e oa, lakaet e oa da cheńch e zilhad, hag e teuas da gavout Faraon.

15  Faraon a lavaras da Jozef: Un huńvre am eus graet ha n'eus den ebet da reiń an displegadenn anezhi. Klevet em eus lavarout e tisplegez un huńvre pa glevez anezhi.

16  Jozef a respontas da Faraon, o lavarout: N'eo ket me, Doue eo a roio da Faraon ur respont a beoc'h.

17  Faraon a lavaras da Jozef: Em huńvre, setu, en em zalc'hen war vord ar stźr.

18  Ha setu, eus ar stźr e pignas seizh buoc'h lart ha kaer da welout, hag e peurjont er prad.

19  Ha setu, seizh buoc'h all a bignas en o goude, dister, fall-meurbet da welout ha treut, n'em boa biskoazh gwelet reoł all ken vil en holl vro Ejipt.

20  Ar buoc'hed treut ha fall da welout a zebras ar seizh buoc'h lart kentań.

21  Mont a rejont en o c'hof hep na seblantjent bezań aet ennań, hag e oant ken fall da welout ha diagent. Neuze en em zihunis.

22  Gwelout a ris c'hoazh, oc'h huńvreal, seizh tańvouezenn leun ha brav a vountas war un hevelep korzenn.

23  Ha seizh tańvouezenn disec'h, treut ha devet gant avel ar sav-heol a greskas en o goude.

24  An tańvouezennoł treut a lonkas ar seizh tańvouezenn brav. Lavaret em eus kement-se d'an hudourien, met hini anezho n'en displeg din.

25  Jozef a lavaras da Faraon: Ar pezh en deus gwelet Faraon en e huńvre a zo un dra hepken, Doue en deus disklźriet da Faraon ar pezh ez a d'ober.

26  Ar seizh buoc'h brav a zo seizh vloaz hag ar seizh tańvouezenn vrav a zo seizh vloaz: un hevelep huńvre eo.

27  Ar seizh buoc'h treut ha fall da welout a bignas goude ar re-se a zo seizh vloaz. Hag ar seizh tańvouezenn c'houllo ha devet gant avel ar sav-heol a vo seizh vloaz a naonegezh.

28  Kement-se am eus lavaret da Faraon: Doue en deus roet da anavezout da Faraon ar pezh ez a d'ober.

29  Setu ez a d'en em gavout seizh vloaz a fonnder en holl vro Ejipt.

30  Met e teuio seizh vloaz a naonegezh en o goude hag an holl fonnder-se a vo ankounac'haet e bro Ejipt, hag an naonegezh a guzumo ar vro.

31  Ar fonnder n'en em ziskouezo ken er vro abalamour d'an naonegezh a zeuio goude, rak gwall vras e vo.

32  Ha diwar-benn ma'z eo an huńvre en em roet div wech da Faraon, eo abalamour ma'z eo kement-se divizet gant Doue, ha pres 'zo gant Doue henn ober.

33  Bremań, ra zibabo Faraon un den skiantek ha fur ha ra lakaio anezhań war vro Ejipt.

34  Ra lakaio eta Faraon kefridiourien war ar vro ha ra dailhint ar bempvedenn diwar vro Ejipt e-pad ar seizh vloavezh a fonnder,

35  ra zastumint an holl vevańs eus ar bloavezhioł mat a zeuio bremań, dindan urzh Faraon ra zaspugnint gwinizh ha bevańs er c'hźrioł ha ra o diwallint.

36  Ar bevańs-se a vo a-du evit ar vro, evit ar seizh vloavezh a naonegezh a zeuio e bro Ejipt, evit na vo ket ar vro kuzumet gant an naonegezh.

37  Ar c'homzoł-se a blijas da Faraon ha d'e holl servijerien.

38  Faraon a lavaras d'e servijerien: Ha kavout a rafen un den evel hemań, un den en deus spered Doue ennań?

39  Ha Faraon a lavaras da Jozef: P'en deus roet Doue dit da anavezout kement-mań, n'eus den skiantek ha fur eveldout.

40  Te eo a vo mestr war va zi, ha va holl bobl a sento ouzh da c'henoł. Brasoc'h e vin hepken egedout dre an tron.

41  Faraon a lavaras da Jozef: Sell, da lakaat a ran da vestr war holl vro Ejipt.

42  Faraon a lamas e walenn diwar e zorn hag he lakaas ouzh dorn Jozef. Hag e wiskas anezhań gant dilhad lin fin, hag e lakaas ur gelc'henn aour en-dro d'e c'houzoug.

43  En lakaas da bignat war e eil karr, hag e veze kriet a-raok dezhań: D'an daoulin! En lakaas da vestr war holl vro Ejipt.

44  Faraon a lavaras da Jozef: Me eo Faraon! Hepdout den ne savo e zorn pe e droad en holl vro Ejipt.

45  Faraon a c'halvas Jozef Zafnad-Paneak (= diskulier an traoł kuzhet) hag a roas dezhań Asnad merc'h Poti-Fera beleg On da wreg. Ha Jozef a yeas da weladenniń bro Ejipt.

46  Jozef a oa oadet a dregont vloaz pa en em zalc'has dirak Faraon roue Ejipt. Jozef eta a yeas kuit a-zirak Faraon hag a redas holl vro Ejipt.

47  An douar a roas gant fonnder e-pad ar seizh vloavezh a leunder.

48  Jozef a zastumas an holl vevańs eus ar seizh vloavezh-se e bro Ejipt hag a lakaas ar bevańs er c'hźrioł. Lakaat a reas e pep kźr ar bevańs eus an douaroł a ziwar-dro.

49  Jozef a zastumas un niver ken bras a winizh ma oa evel traezh ar mor, kement ken na gonted ken anezhań dre ma ne oa ken niver evit kontań.

50  A-raok n'en em gavas ar bloavezhioł a naonegezh, e c'hanas da Jozef daou vab, ganet dezhań gant Asnad merc'h Poti-Fera beleg On.

51  Jozef a c'halvas ar c'hentań-ganet Manase (= a ankounac'ha) rak Doue, emezań, en deus roet din da ankounac'haat va holl boan hag holl di va zad.

52  Hag e c'halvas an eil Efraim (= frouezhus div wech) rak Doue, emezań, en deus va rentet frouezhus e bro va glac'har.

53  Neuze ec'h echuas ar seizh vloavezh a leunder a voe e bro Ejipt.

54  Ar seizh vloavezh a naonegezh a zeuas, evel m'en doa lavaret Jozef. An naonegezh a voe en holl vroioł met en holl vro Ejipt e voe bara.

55  Pa holl vro Ejipt a voe en naonegezh, ar bobl a grias da Faraon evit kaout bara. Faraon a respontas d'an holl Ejipsianed: It da gavout Jozef ha grit ar pezh a lavaro deoc'h.

56  An naonegezh a voe eta war holl c'horre ar vro, ha Jozef a zigoras an holl c'hrignoloł hag a werzhas d'an Ejipsianed. An naonegezh a oa bras e bro Ejipt.

57  Hag eus an holl vroioł e teued d'an Ejipt da brenań gwinizh digant Jozef, rak an naonegezh a oa bras war an douar holl.

 

Pennad 42

Breudeur Jozef a zeu en Ejipt

1  Jakob, o welout e oa gwinizh da werzhań en Ejipt, a lavaras d'e vibien: Perak e sellit an eil ouzh egile?

2  Lavarout a reas: Setu, klevet em eus ez eus gwinizh da werzhań en Ejipt. It eta di ha prenit gwinizh evidomp, evit ma vevimp ha na varvimp ket.

3  Neuze dek vreur eus Jozef a ziskennas da brenań gwinizh en Ejipt.

4  Jakob ne gasas ket Benjamin breur Jozef gant e vreudeur, rak e lavaras: Diwallomp na errufe ur gwalleur gantań!

5  Mibien Israel a zeuas da brenań gwinizh e-touez ar re a zeue ivez, rak an naonegezh a oa e bro Ganaan.

6  Jozef a oa mestr er vro. Eń eo a werzhe gwinizh da holl bobl ar vro. Breudeur Jozef a zeuas eta hag a stouas dirazań, an dremm d'an douar.

7  Jozef a welas e vreudeur hag o anavezas, met e reas evel an estrańjour ganto hag e komzas outo gant ruster. Lavarout a reas: A-belec'h e teuit? Hag e respontjont: Eus bro Ganaan evit prenań boued.

8  Jozef a anavezas eta e vreudeur, met int n'anavezjont ket anezhań.

9  Jozef a sońjas en huńvreoł en doa bet diwar o fenn hag e lavaras: Spierien oc'h, deuet oc'h evit gwelout lec'hioł dinerzh ar vro.

10  Respont a rejont dezhań: Nann va aotrou, da servijerien a zo deuet da brenań boued.

11  Holl ez omp mibien d'un hevelep den, ni a zo tud vat, da servijerien n'int ket spierien.

12  Lavarout a reas: Tamm ebet! Deuet oc'h evit gwelout lec'hioł dinerzh ar vro.

13  Hag e respontjont: Ni, da servijerien, a zo daouzek breur, mibien d'un hevelep den e bro Ganaan ha setu, an hini yaouankań a zo hiziv gant hon tad, egile n'emań ken.

14  Jozef a lavaras: Kement-se am eus lavaret deoc'h, spierien oc'h.

15  Setu penaos e viot amprouet: Dre vuhez Faraon, n'eot ket kuit ac'hann ken na vo ho preur yaouankań deuet.

16  Kasit unan ac'hanoc'h ha ra zegaso ho preur, ha c'hwi, chomit prizonidi amań. Ra vo amprouet ho komzoł evit gwelout hag emań ar wirionez ganeoc'h. Anez, dre vuhez Faraon, spierien oc'h.

17  Hag e lakaas anezho en toull-bac'h asambles e-pad tri devezh.

18  D'an trede deiz, Jozef a lavaras: Grit kement-mań hag e vevot. Doue a zoujan!

19  Mard oc'h tud vat, ra chomo unan ac'hanoc'h, ho preur, ereet en ho toull-bac'h ha c'hwi, it da gas ar gwinizh evit pourvezań d'ho tiegezh

20  ha degasit ho preur yaouankań din, evel-se e vo amprouet ho komzoł ha ne varvot ket. Kement-se a rejont.

21  Hag e lavarjont an eil d'egile: E gwirionez kablus omp e-keńver hor breur, rak gwelet hon eus enkrez e ene pa c'houlenne ouzhimp trugarez ha n'hon eus ket e selaouet. Setu perak an enkrez-mań a zo en em gavet ganeomp.

22  Ruben a respontas o lavarout: Ha ne'm eus ket lavaret deoc'h: Na rit ket ar pec'hed-se a-enep ar bugel? Met n'hoc'h eus ket selaouet ha setu, e wad a zo goulennet diouzhimp.

23  Ne ouient ket e komprene Jozef, dre ma komze outo dre ur jubennour.

24  En em zistroas diouto da ouelań. Neuze e teuas d'o c'havout en-dro hag e komzas outo; neuze e kemeras diouto Simeon hag ec'h ereas anezhań dirak o daoulagad.

25  Jozef a c'hourc'hemennas leuniań o seier gant gwinizh, lakaat arc'hant pep hini en e sac'h ha reiń dezho pourvezioł evit an hent. Ar pezh a voe graet.

26  Neuze e lakajont ar gwinizh war o ezen hag ez ejont kuit.

27  Unan anezho a zigoras e sac'h evit reiń boued d'e azen en ostaleri, hag e welas e arc'hant. Setu, e oa e genoł ar sac'h.

28  Lavarout a reas d'e vreudeur: Va arc'hant a zo bet roet din en-dro hag emań amań em sac'h. O c'halonoł a vankas dezho hag e lavarjont en ur grenań an eil d'egile: Petra en deus graet Doue deomp?

29  Dont a rejont da gavout Jakob o zad e bro Ganaan, hag e tisplegjont dezhań an holl draoł a oa erruet ganto, o lavarout:

30  An den hag a zo mestr ar vro en deus komzet deomp gant ruster hag en deus hor c'hemeret evit spierien.

31  Lavaret hon eus dezhań: Ni a zo tud vat, n'omp ket spierien,

32  daouzek breur emaomp, mibien hon tad, unan ac'hanomp n'emań ken hag an hini yaouankań a zo hiziv gant hon tad e bro Ganaan.

33  Hag an den, an hini a zo mestr ar vro, en deus lavaret: Evel-henn ec'h anavezin hag oc'h tud vat: Lezit ganin unan eus ho preudeur, kemerit ar pezh a zo ret evit pourvezań d'ho tiegezh, it kuit

34  ha degasit din ho preur yaouank. Neuze ec'h anavezin n'oc'h ket spierien met tud vat. Me a roio deoc'h ho preur hag e c'hellot mont-dont er vro.

35  Evel ma c'houllonderjont o seier, setu, pakad arc'hant pep hini anezho a oa en e sac'h. Gwelout a rejont, int hag o zad, o fakadoł arc'hant hag o doe aon.

36  Jakob o zad a lavaras: Forc'het on diouzh va bugale ganeoc'h: Jozef n'emań ken ha Simeon n'emań ken, hag e tapfec'h Benjamin! Warnon-me eo kouezhet an holl draoł-mań!

37  Ruben a gomzas d'e dad hag a lavaras: Te a lakaio va daou vab d'ar marv ma ne zegasan ket anezhań dit. Fiz anezhań ennon hag en rentin dit.

38  Respont a reas: Va mab ne ziskenno ket ganeoc'h rak e vreur a zo marv, hag hemań a chom e-unan. Ma c'hoarvezfe gwalleur gantań en hent emaoc'h o vont, e lakafec'h va blev gwenn da ziskenn gant glac'har e lec'h ar marv.

 

Pennad 43

Distreiń a ra breudeur Jozef en Ejipt

1  An naonegezh a oa gwall vras er vro.

2  P'o doe echuet da zebriń ar gwinizh o doa degaset eus an Ejipt, o zad a lavaras: Distroit da brenań un tamm boued deomp.

3  Juda a respontas: An den-se en deus lavaret kreńv deomp: Ne welot ket va dremm nemet e vefe ho preur ganeoc'h.

4  Mar kasez hor breur ganeomp, mont a raimp hag e prenimp boued dit.

5  Met ma ne gasez ket anezhań, ned aimp ket di rak an den-se en deus lavaret: Ne welot ket va dremm nemet e vefe ho preur ganeoc'h.

6  Hag Israel a lavaras: Perak hoc'h eus graet ar boan-se din o tisklźriań d'an den-se ho poa c'hoazh ur breur?

7  Respont a rejont: An den-se en deus goulennet diganeomp titouroł diwar-benn ac'hanomp ha diwar-benn hon tiegezh, o lavarout: Hag eo c'hoazh ho tad bev? Bez' hoc'h eus ur breur? Respontet hon eus dezhań d'e c'houlennoł. Ha gallout a raemp anavezout e lavarje: Degasit ho preur?

8  Juda a lavaras da Israel e dad: Kas ar bugel ganin, ha ni a savo hag a yelo. Evel-se e vevimp ha ne varvimp ket, ni, te hag hor bugale.

9  Me a zo kret evitań, digant va dorn en adc'houlenni. Ma ne zegasan ket anezhań dit ha ma ne ginnigan ket anezhań dirak da zremm, e vin kablus en da geńver da viken.

10  Rak ma n'hor bije ket daleet, e vijemp bet bremań div wech distro.

11  Israel o zad a lavaras: Mard eo evel-se, grit eta kement-mań: Kemerit en ho seier eus gwellań frouezh ar vro ha kasit ur prof d'an den-se: un nebeudad balzam, un nebeudad mel, louzoł-frondus, mir, pistachez hag alamandez.

12  Kemerit arc'hant all etre ho taouarn hag adkasit en ho taouarn an arc'hant a zo bet lakaet deoc'h e genoł ho seier, marteze e oa un errol.

13  Kemerit ivez ho preur, savit ha distroit etrezek an den-se.

14  Ra roio an Doue hollc'halloudek deoc'h trugarez dirak an den-se, ra laosko deoc'h ho preur all ha Benjamin! Ha mard eo ret din bezań forc'het diouzh va bugale, ra vin forc'het!

15  Kemer a rejont eta ar prof hag an doubl a arc'hant en o daouarn, ha Benjamin. Goude, o sevel, ez ejont d'an Ejipt hag en em zalc'hjont dirak Jozef.

16  Jozef a welas Benjamin ganto hag a lavaras da vestr e di: Kas an dud-se d'an ti, lazh ul loen bennak ha fich anezhań, rak debriń a raint ganin da greisteiz.

17  An den a reas evel m'en doa lavaret Jozef hag a gasas an dud-mań da di Jozef.

18  An dud-mań o doe aon pa voent kaset da di Jozef, hag e lavarjont: Abalamour d'an arc'hant a voe adlakaet en hor seier ar wech kentań eo e kaser ac'hanomp, evit en em daoler hag en em stlaper warnomp, hag hor c'hemer evit sklavourien ha kregiń en hon ezen.

19  Neuze e tostajont ouzh mestr ti Jozef hag e komzjont dezhań e-tal an nor,

20  o lavarout: Aotrou, selaou ac'hanomp! Deuet omp ur wech kentań da brenań boued

21  ha, pa oamp en em gavet en ostaleri ha ma tigorjomp hor seier, setu, arc'hant pep hini ac'hanomp a oa e genoł e sac'h, hon arc'hant hervez e bouez, hag hon eus henn distroet etre hon daouarn.

22  Degaset hon eus arc'hant all ganeomp en hon daouarn evit prenań boued. N'ouzomp ket piv en doa lakaet hon arc'hant en hor seier.

23  Eń a lavaras: Ra vo ar peoc'h ganeoc'h! N'ho pet ket aon, ho Toue eo. Doue ho tad eo an hini en deus roet un teńzor deoc'h en ho seier, resevet em eus hoc'h arc'hant. Hag e tegasas dezho Simeon.

24  An den-se a gasas anezho e ti Jozef. Reiń a reas dour dezho hag e walc'hjont o zreid; reiń a reas ivez boued d'o ezen.

25  Hag e kempennjont ar prof, o c'hortoz donedigezh Jozef da greisteiz, rak klevet o doa penaos e tlejent debriń ar bara eno.

26  Jozef a zistroas d'ar gźr. Neuze e kinnigjont dezhań en ti ar prof o doa en o daouarn, hag en em stoujont d'an douar dirazań.

27  Eń a c'houlennas outo penaos edo an traoł ganto hag a lavaras: Ho tad a zo war an oad, an hini ho poa komzet din diwar e benn, ha yac'h eo? Bev eo bepred?

28  Lavarout a rejont: Da servijer, hon tad, a zo yac'h, bev eo c'hoazh. Hag en em blegjont hag e stoujont.

29  Hag o sevel e zaoulagad, e welas Benjamin e vreur, mab e vamm, hag e lavaras: Hemań eo ho preur yaouankań ho poa komzet din diwar e benn? Hag e lavaras: Doue da ober trugarez dit, va mab!

30  Jozef a hastas rak e galon a voe fromet ouzh e vreur, hag e klaskas ul lec'h evit gouelań. Mont a reas en e gambr hag e ouelas.

31  Goude bezań gwalc'het e zremm, ez eas er-maez hag, oc'h emvestroniań, e lavaras: Servijit ar pred.

32  Hag e voe servijet a-du, hag int a-du. Servijet e voe ivez a-du an Ejipsianed a zebre gantań, dre ma ne c'hell ket an Ejipsianed debriń ar bara gant an Hebreed, kement-se a zo un euzhusted evit an Ejipsianed.

33  Azezań a rejont eta dirazań, ar c'hentań-ganet hervez e henańded hag an hini yaouankań hervez e oad, hag an dud-se a selle an eil ouzh egile gant souezh.

34  Hag e kasas meuzioł dezho azirazań, met lodenn Benjamin a oa pemp gwech brasoc'h eget al lodennoł all. Evań a rejont, hag en em laouenajont gantań.

 

Pennad 44

Jozef a laka e hanaf e sac'h Benjamin

1  Neuze e roas urzh da vestr e di, o lavarout: Leugn seier an dud-se a voued, kement ha ma c'hellont dougen, ha laka arc'hant pep hini e genoł e sac'h.

2  Hag e lakai va hanaf, an hanaf arc'hant, e genoł sac'h an hini yaouankań, gant arc'hant e winizh. Hag e reas evel m'en doa lavaret Jozef.

3  Ar beure, kerkent ha ma oa deiz, e voe kaset an dud-se kuit gant o ezen.

4  Pa oant aet eus kźr, a-raok ma oant pell, Jozef a lavaras da vestr e di: Sav, kae war-lerc'h an dud-se ha pa'z po tapet anezho, e lavari dezho: Perak hoc'h eus rentet an droug evit ar mad?

5  An dra-se, ha n'eo ket ennań ec'h ev va mestr ha n'eo ket gantań e tivin? Graet hoc'h eus un dra fall.

6  Hag e tapas anezho hag e lavaras ar gerioł-se.

7  Respont a rejont dezhań: Perak e komz va mestr evel-se? Pell diouzh da servijerien ar sońj d'ober un hevelep tra.

8  Setu, degaset hon eus dit eus bro Ganaan an arc'hant hor boa kavet e genoł hor seier. Penaos hor bije laeret eta eus ti da vestr arc'hant hag aour?

9  Ra varvo an hini eus da servijerien a vo kavet-se gantań ha ra vimp-ni sklavourien eus va mestr!

10  Lavarout a reas: Ac'hanta! Ra vo graet hervez ho komzoł: an hini a vo kavet-se gantań a vo va sklavour ha c'hwi a vo didamall.

11  Hag e hastas lakaat pep hini anezho e sac'h war an douar hag e tigoras pep hini anezho e sac'h.

12  Hag e furchas anezho, o kregiń gant an hini henań hag oc'h echuiń gant an hini yaouankań, hag an hanaf a voe kavet e sac'h Benjamin.

13  Neuze e rogjont o dilhad, pep hini a adsammas e azen hag a zistroas e kźr.

14  Juda gant e vreudeur a zeuas da di Jozef hag e oa c'hoazh eno. En em stoujont d'an douar dirazań.

15  Jozef a lavaras: Peseurt tra hoc'h eus graet? Ha ne ouiec'h ket penaos un den eveldon a c'hell divinout?

16  Juda a respontas: Petra a lavarimp da'm aotrou? Penaos e komzimp? Penaos en em reishaimp? Doue en deus kavet direizhder da servijerien. Setu, ni a zo sklavourien da'm aotrou, ken ni evel an hini a zo bet kavet an hanaf etre e zaouarn.

17  Eń a lavaras: Pell diouzhimp ar sońj d'ober evel-se! An den a zo bet kavet an hanaf etre e zaouarn a vo va sklavour, met c'hwi, adpignit e peoc'h etrezek ho tad.

18  Neuze Juda a dostaas outań hag a lavaras: Me az ped, va aotrou! Ra lavaro da servijer ur ger en da skouarn, me az ped, va aotrou, ha ra n'entano ket da fulor a-enep da servijer, rak te a zo evel Faraon.

19  Va aotrou a reas goulennoł ouzh e servijerien, o lavarout: Ha bez' hoc'h eus tad pe vreur?

20  Respontet hon eus da'm aotrou: Ni hon eus un tad war an oad hag ur bugel yaouank dezhań a zo bet ganet dezhań en e gozhni. E vreur a zo marv hag hemań a zo chomet e-unan eus e vamm, hag e dad a gar anezhań.

21  Lavaret ez poa da'z servijerien: Lakait anezhań da ziskenn da'm c'havout ma welin anezhań gant va daoulagad.

22  Lavaret hon eus da'm aotrou: Ar bugel ne c'hell ket kuitaat e dad, mar kuita anezhań, e dad a varvo.

23  Lavaret ez poa da'z servijerien: Ma ne ziskenn ket ho preur ganeoc'h, ne welot ken va dremm.

24  Pa voemp pignet da gavout da servijer va zad, e lavarjomp dezhań komzoł va aotrou.

25  Hon tad a lavaras: Distroit da brenań boued deomp.

26  Lavarout a rejomp: Ne c'hellomp ket mont di. Met mar bez hor breur yaouankań ganeomp, e tiskennimp, rak ne c'hellomp ket gwelout dremm an den-se ma n'eo ket hor breur yaouankań ganeomp.

27  Da servijer va zad a lavaras deomp: Gouzout a rit penaos he deus ganet va gwreg daou vab din.

28  Unan a zo aet kuit diganin hag em boa lavaret: A-dra-sur drailhet eo bet, rak ne'm eus ket adwelet anezhań betek vremań.

29  Mar lamit ivez hemań diganin ha mar en em gav gwalleur gantań, e lakaiot va blev gwenn da ziskenn gant glac'har e lec'h ar marv.

30  Bremań, pa zeuin da gavout da servijer va zad, ma n'emań ket ar bugel ganeomp, an hini ma'z eo e ene ereet d'e ene,

31  e c'hoarvezo penaos adalek ma ne welo ket ar bugel ganeomp e varvo. Ha da servijerien a lakaio da ziskenn gant glac'har blev gwenn da servijer hon tad e lec'h ar marv.

32  Rak da servijer a oa kret evit ar bugel o kemer anezhań digant va zad hag en deus lavaret: Ma ne gasan ket anezhań dit, e vin kablus e-keńver va zad da viken.

33  Bremań eta, ra chomo da servijer, me az ped, sklavour da'm aotrou e-lec'h ar bugel ha ma bigno hemań gant e vreur.

34  Rak penaos e pignfen da gavout va zad ma n'emań ket ar bugel ganin? O! Ra ne welin ket glac'har va zad!

 

Pennad 45

Jozef en em ro da anavezout hag a gas e vreudeur da gerc'hat Jakob

1  Jozef ne c'helle ket ken en em zerc'hel dirak ar re holl a oa eno, hag e krias: Kasit an holl er-maez! Ha den ne chomas gant Jozef pa en em roas da anavezout d'e vreudeur.

2  Sevel a reas e vouezh en ur ouelań. An Ejipsianed en klevas ha ti Faraon en klevas.

3  Jozef a lavaras d'e vreudeur: Me eo Jozef! Va zad, ha bev eo c'hoazh? Met e vreudeur ne c'hellent ket respont dezhań rak spontet e oant dirazań.

4  Jozef a lavaras d'e vreudeur: Tostait eta ouzhin. Hag e tostajont. Lavarout a reas: Me eo Jozef ho preur, an hini hoc'h eus gwerzhet evit bezań kaset d'an Ejipt.

5  Bremań n'en em c'hlac'harit ket ha n'ho pet ket keuz eus ma hoc'h eus gwerzhet ac'hanon evit bezań degaset amań, rak evit mirout ho puhez eo en deus va c'haset Doue en ho raok.

6  Abaoe daou vloaz ez eus naonegezh e-barzh ar vro hag e-pad pemp bloaz c'hoazh ne vo nag arat nag eost.

7  Doue en deus va c'haset en ho raok evit mirout evidoc'h ul lec'h war an douar hag evit reiń deoc'h da vevań dre un dieubidigezh vras.

8  Bremań, n'eo ket c'hwi am c'hasas amań met Doue eo. Lakaet en deus ac'hanon da vezań tad da Faraon, aotrou war e holl di ha gouarnour war holl vro Ejipt.

9  Hastit pignat da gavout va zad ha lavarit dezhań: Evel-henn a lavar da vab Jozef: Doue en deus va lakaet aotrou war an Ejipt holl, deus eta da'm c'havout ha na zale ket.

10  Chom a ri e bro C'hoshen hag e vi tost din, te, da vugale, bugale da vugale, da zeńved ha da ejened ha kement a zo dit.

11  Me az mago eno rak pemp bloavezh a naonegezh a vo c'hoazh, gant aon na zeufes paouroc'h-paourań, te, da di ha kement a zo dit.

12  Setu, e welit gant ho taoulagad ha Benjamin va breur a wel ivez gant e zaoulagad ez eo va genoł a gomz ouzhoc'h.

13  Lavarit da'm zad va holl c'hloar en Ejipt ha kement hoc'h eus gwelet, hag hastit degas va zad amań.

14  Neuze en em daolas ouzh gouzoug Benjamin e vreur, hag e ouelas. Benjamin a ouelas war e c'houzoug.

15  Pokat a reas d'e holl vreudeur en ur ouelań. Goude kement-se, e vreudeur a gomzas gantań.

16  Ar vrud en em skuilhas e ti Faraon: Breudeur Jozef a zo deuet. Kement-se a blijas da Faraon ha d'e servijerien.

17  Faraon a lavaras da Jozef: Lavar da'z preudeur: Grit kement-mań: Sammit ho loened hag it, distroit da vro Ganaan,

18  kemerit ho tad hag ho tiegezhioł ha deuit da'm c'havout, hag e roin deoc'h ar gwellań eus bro Ejipt, hag e tebrot eus druzoni an douar.

19  Bremań, resev an urzh da lavarout dezho: Grit kement-mań: Kemerit e bro Ejipt kirri evit ho pugale hag ho kwragez, degasit ho tad ha deuit.

20  N'ho pet ket keuz d'ho traoł, rak ar gwellań eus bro Ejipt a vo deoc'h.

21  Mibien Israel a reas kement-se. Jozef a roas dezho kirri hervez urzh Faraon, hag e roas dezho pourvezioł evit an hent.

22  Reiń a reas dilhad fresk dezho holl, ha da Venjamin e roas tri c'hant pezh arc'hant ha pemp dilhad fresk.

23  Kas a reas ivez d'e dad dek azen sammet eus ar pezh a oa gwellań en Ejipt, ha dek azenez sammet a winizh, a vara hag a bourvezioł evit e dad e-pad ar veaj.

24  Kas a reas eta e vreudeur kuit, ha pa'z ejont e lavaras: Na dabutit ket en hent.

25  O vezań pignet eus an Ejipt, e teujont da vro Ganaan, da gavout Jakob o zad.

26  Lavarout a rejont dezhań: Jozef a zo bev c'hoazh ha zoken eń eo gouarnour war holl vro Ejipt. Met e galon a chomas yen rak n'o c'hredas ket.

27  Lavarout a rejont an holl gomzoł en doa lavaret Jozef. Hag e welas ar c'hirri en doa degaset Jozef evit e zougen, ha spered Jakob o zad a advevas.

28  Israel a lavaras: A-walc'h eo! Jozef va mab a zo bev c'hoazh. Mont a rin hag e welin anezhań kent ma varvin.

 

Pennad 46

Jakob a zeu en Ejipt. E ziskennidi

1  Israel en em lakaas en hent gant kement en doa. Dont a reas da Veer-Sheba hag e kinnigas aberzhoł da Zoue e dad Izaak.

2  Doue a gomzas da Israel en ur weledigezh e-pad an noz hag a lavaras: Jakob! Jakob! Eń a respontas: Setu me amań!

3  Hag e lavaras: Me eo Doue, Doue da dad. Na'z pez ket aon o vont d'an Ejipt, rak da lakaat a rin da zont da vezań ur vroad vras eno.

4  Ganit e tiskennin en Ejipt hag a-dra-sur e lakain ac'hanout da vont er-maez, ha Jozef a lakaio e zorn war da zaoulagad.

5  Jakob a yeas kuit eus Beer-Sheba; mibien Israel a lakaas Jakob o zad gant o bugale hag o gwragez war ar c'hirri en doa kaset Faraon evit e zougen.

6  Kemer a rejont ivez ganto o loened hag ar madoł o doa dastumet e bro Ganaan. Jakob hag e holl ziskennidi gantań a zeuas en Ejipt.

7  Kas a reas gantań en Ejipt e vibien ha mibien e vibien, e verc'hed ha merc'hed e vibien, hag e holl ziskennidi.

8  Setu anvioł mibien Israel a zeuas en Ejipt: Jakob hag e vibien. Ruben kentań-ganet Jakob.

9  Mibien Ruben: Hanok, Palu, Hezron, Karmi.

10  Mibien Simeon: Jemuel, Jamin, Ohad, Jakin, Zohar, Saol mab ar Gananeadez.

11  Mibien Levi: Gershon, Kehad, Merari.

12  Mibien Juda: Er, Onan, Shela, Perez, Zerak, met Er hag Onan a varvas e bro Ganaan. Mibien Perez a voe Hezron hag Hamul.

13  Mibien Isakar: Tola, Puva, Job, Shimron.

14  Mibien Zabulon: Sered, Elon, Jahleel.

15  Ar re-se eo mibien a c'hanas Lea da Jakob e Paddan-Aram, gant Dina e verc'h. E vibien hag e verc'hed a oa en holl tri den ha tregont.

16  Mibien Gad: Zifjon, Hagi, Shuni, Ezbon, Eri, Arodi, Areli.

17  Mibien Aser: Jimna, Jishva, Jishvi, Beria, ha Serak o c'hoar. Mibien Beria: Heber, Malkiel.

18  Ar re-se eo mibien Zilpa en doa roet Laban da Lea e verc'h; ganet he doa anezho da Jakob: en holl c'hwezek den.

19  Mibien Rachel, gwreg Jakob: Jozef ha Benjamin.

20  Jozef en doe mibien e bro Ejipt, Manase hag Efraim, a c'hanas dezhań Asnad merc'h Poti-Fera beleg On.

21  Mibien Benjamin: Bela, Beker, Ashbel, Gera, Naaman, Ehi, Rosh, Muppim, Huppim, Ard.

22  Ar re-se eo mibien Rachel a c'hanas da Jakob: en holl pevarzek den.

23  Mibien Dan: Hushim.

24  Mibien Neftali: Jahzeel, Guni, Jezer, Shilem.

25  Ar re-se eo mibien Bilha en doa roet Laban da Rachel e verc'h; ganet he doa anezho da Jakob: en holl seizh den.

26  Holl dud Jakob o tont d'an Ejipt gantań, ganet dioutań, hep niveriń gwragez mibien Jakob, a oa c'hwec'h ha tri-ugent.

27  Mibien Jozef, ar re a oa ganet dezhań en Ejipt, a oa daou den. Holl dud ti Jakob o tont d'an Ejipt a oa dek ha tri-ugent.

28  Jakob a gasas Juda dirazań da gavout Jozef evit ma tiskouezje dezhań hent Goshen. Dont a rejont eta da vro C'hoshen.

29  Jozef a stagas e garr hag a yeas da ziaraogiń Israel e dad betek Goshen. Pa welas anezhań, en em daolas d'e c'houzoug hag e ouelas pell war e c'houzoug.

30  Israel a lavaras da Jozef: Ra varvin bremań, pa em eus gwelet da zremm ha pa vevez c'hoazh!

31  Jozef a lavaras d'e vreudeur ha da diegezh e dad: Pignat a rin da gomz da Faraon hag e lavarin dezhań: Va breudeur ha tiegezh va zad, ar re a oa e bro Ganaan, a zo deuet da'm c'havout.

32  An dud-se a zo mesaerien, rak n'o deus graet dalc'hmat nemet magań loened; degaset o deus ganto o deńved, o ejened, ha kement a oa dezho.

33  Pa viot galvet gant Faraon hag e lavaro: Peseurt micher hoc'h eus?

34  e lavarot: Da servijerien o deus maget dalc'hmat loened abaoe hon yaouankiz betek vremań, ni hag hon tadoł. Evel-se e chomot e bro C'hoshen, rak an Ejipsianed o deus euzh ouzh an holl vesaerien.

 

Pennad 47

Tiegezh Jakob e bro C'hoshen

1  Jozef a yeas hag a gomzas da Faraon, o lavarout: Va zad ha va breudeur, gant o deńved hag o ejened ha kement a zo dezho, a zo deuet eus bro Ganaan ha setu, emaint e bro C'hoshen.

2  Kemer a reas pemp den a-douez e vreudeur hag o c'hasas dirak Faraon.

3  Faraon a lavaras d'e vreudeur: Peseurt micher hoc'h eus? Respont a rejont da Faraon: Da servijerien a zo mesaerien, evel ma'z eo bet hon tadoł.

4  Lavarout a rejont da Faraon: Evit chom er vro ez omp deuet, n'eus ken a beuriń evit loened da servijerien rak an naonegezh a zo bras e bro Ganaan. Lez eta da servijerien da chom e bro C'hoshen.

5  Faraon a gomzas da Jozef, o lavarout: Da dad ha da vreudeur a zo deuet da'z kavout.

6  Bro Ejipt a zo dirazout, laka da dad ha da vreudeur da chom er gwellań lec'h eus ar vro. Ra chomint e bro C'hoshen, ha mar anavezez e vefe en o zouez tud barrek, laka anezho da bennoł tropelloł war ar pezh a zo din.

7  Neuze Jozef a zegasas Jakob e dad hag a ambrougas anezhań dirak Faraon. Ha Jakob a vennigas Faraon.

8  Faraon a lavaras da Jakob: Da begement ez a an niver eus deizioł bloavezhioł da vuhez?

9  Jakob a respontas da Faraon: Deizioł bloavezhioł va firc'hirinadenn a zo kant ha tregont vloaz. Deizioł bloavezhioł va buhez a zo bet berr ha fall, n'o deus ket tizhet deizioł bloavezhioł buhez va zadoł en amzer o firc'hirinadennoł.

10  Jakob a vennigas Faraon, ha goude ez eas kuit a-zirak Faraon.

11  Jozef a ziazezas e dad hag e vreudeur hag a roas dezho un dalc'h e bro Ejipt, er gwellań lec'h eus ar vro, e korn-bro Ramsez, evel m'en doa gourc'hemennet Faraon.

12  Jozef a bourchasas bara d'e dad, d'e vreudeur ha da holl diegezh e dad, hervez niver ar vugale.

13  Ne oa ken a vara en holl vro rak an naonegezh a oa gwall vras. Ha bro Ejipt ha bro Ganaan a oa dinerzhet gant an naonegezh.

14  Jozef a zastumas an holl arc'hant a oa e bro Ejipt hag e bro Ganaan, e trok ouzh an ed a brened. Jozef a gasas an arc'hant-se e ti Faraon.

15  Pa oa aet da hesk an arc'hant e bro Ejipt hag e bro Ganaan, an holl Ejipsianed a zeuas da gavout Jozef, o lavarout: Ro deomp bara! Perak e varvfemp dirazout o vezań n'eus ken a arc'hant?

16  Jozef a lavaras: Roit ho loened, hag e roin deoc'h e trok ouzh ho loened ma n'hoc'h eus ket a arc'hant ken.

17  Degas a rejont o loened da Jozef, ha Jozef a roas dezho bara e trok ouzh ar c'hezeg, ouzh an tropelloł deńved, ouzh an tropelloł ejened hag ezen. Reiń a reas dezho bara e trok ouzh o holl dropelloł er bloaz-se.

18  Ar bloaz-se tremenet, e tistrojont ar bloaz war-lerc'h hag e lavarjont: Ne guzhimp ket da'm aotrou penaos an arc'hant a zo aet holl ha penaos an tropelloł loened a zo aet holl da'm aotrou. Ne chom netra dirak va aotrou nemet hor c'horfoł hag hon douaroł.

19  Perak e varvfemp dirak da zaoulagad, ni hag hon douaroł? Pren ac'hanomp, ni hag hon douaroł, evit bara, hag e vimp sklavourien da Faraon. Ro deomp peadra da hadań evit ma vevimp ha na varvimp ket ha na vo ket an douar glac'haret.

20  Jozef a brenas holl zouar an Ejipt da Faraon, rak an Ejipsianed a werzhas pep hini anezho e bark dre ma oa rust an naonegezh. Hag an douar a voe da Faraon.

21  E keńver ar bobl, e lakaas anezho holl da vont er c'hźrioł, adalek ur penn d'an Ejipt betek ur penn all.

22  Douaroł ar veleien a oa ar re hepken na brenas ket, rak ar veleien o doa ul lodenn merket digant Faraon hag e tebrent al lodenn a roe Faraon dezho. Dre-se ne werzhjont ket o douaroł.

23  Jozef a lavaras d'ar bobl: Ho prenet em eus hiziv, c'hwi hag ho touaroł, da Faraon; setu amań evidoc'h had, evit ma hadot an douar.

24  En amzer an eost, e root ur bempvedenn da Faraon hag ar peder lodenn all a vo deoc'h evit hadań ho parkeier, evit ho poued, evit hini tud ho tiegezh hag evit boued d'ho pugale vihan.

25  Lavarout a rejont: Saveteet ec'h eus hor buhez deomp! Ra gavimp trugarez dirak daoulagad hon aotrou hag e vimp sklavourien da Faraon.

26  Jozef a reas ul lezenn a gement-se, hag a bad c'hoazh betek hiziv war zouaroł an Ejipt: Ar bempvedenn da Faraon. Ne voe ken nemet douaroł ar veleien ne oant ket da Faraon.

27  Israel a chomas e bro Ejipt, e bro C'hoshen, hag e prenjont dalc'hioł; frouezhus e voent hag e kreskjont meurbet.

28  Jakob a vevas seitek vloaz e bro Ejipt. Deizioł bloavezhioł buhez Jakob a voe kant seizh vloaz ha daou-ugent.

29  Pa dostaas deiz marv Israel, e c'halvas e vab Jozef hag e lavaras: Mar em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, laka, me az ped, da zorn dindan va morzhed ha diskouez em c'heńver madelezh ha fealded: Da bediń a ran, na sebeilh ket ac'hanon en Ejipt.

30  Pa vin kousket gant va zadoł, kas ac'hanon eus an Ejipt ha sebeilh ac'hanon en o bez. Eń a respontas: Me a raio hervez da c'her.

31  Lavarout a reas: Tou din kement-se. Hag e touas kement-se dezhań. Hag Israel en em stouas war benn e wele.

 

Pennad 48

Bennozhioł Jakob da vibien Jozef, Efraim ha Manase

1  Goude an traoł-se, e c'hoarvezas ma voe lavaret da Jozef: Setu, da dad a zo klańv. Neuze e kemeras e zaou vab gantań, Manase hag Efraim.

2  Roet e voe kement-se da anavezout da Jakob, o lavarout dezhań: Setu, da vab Jozef a zeu da'z kavout. Neuze Israel a zastumas e nerzh hag a azezas war e wele.

3  Jakob a lavaras da Jozef: An Doue holl-c'halloudek en em ziskouezas din e Luz, e bro Ganaan, hag a vennigas ac'hanon.

4  Lavarout a reas din: Setu amań, e lakain ac'hanout da vezań frouezhus ha da greskiń hag e rin ac'hanout un engroez a vroadoł, hag e roin ar vro-mań da'z lignez war da lerc'h evit ma vo dezhi da viken.

5  Bremań, da zaou vab ganet dit e bro Ejipt a-raok ma'z on deuet da'z kavout en Ejipt, a vo din. Efraim ha Manase a vo din, evel Ruben ha Simeon.

6  Met ar vugale az po war o lerc'h a vo dit, galvet e vint dre anv o breudeur en o hźrezh.

7  Evidon-me, pa zistrois eus Paddan, Rachel a varvas em c'hichen e bro Ganaan, en hent pa oa c'hoazh ur pennad d'ober kent erruout en Efrata. Hag e sebeilhis anezhi eno war hent Efrata, a zo Betlehem.

8  Israel a welas mibien Jozef hag a lavaras: Piv eo ar re-mań?

9  Jozef a respontas d'e dad: Va mibien int, en deus roet Doue din amań. Neuze e lavaras: Degas anezho din, me az ped, evit ma vennigin anezho.

10  Daoulagad Israel a oa pounneraet gant ar gozhni ha ne c'helle ken gwelout. O lakaat a reas da dostaat outań, hag e pokas dezho hag o briatas.

11  Israel a lavaras da Jozef: Ne sońjen ken gwelout da zremm ha setu, Doue en deus roet din zoken gwelout da lignez.

12  Jozef o zennas diwar e zaoulin hag en em stouas e zremm d'an douar.

13  Neuze Jozef o c'hemeras o-daou, Efraim ouzh e zorn dehou en tu kleiz d'Israel, ha Manase ouzh e zorn kleiz en tu dehou d'Israel, hag o zostaas outań.

14  Israel a astennas e zorn dehou hag e lakaas war benn Efraim an hini yaouankań, hag e zorn kleiz war benn Manase. Lakaat a reas evel-se e zaouarn gant anaoudegezh vat rak Manase a oa ar c'hentań-ganet.

15  Hag e vennigas Jozef, o lavarout: Ra zeuio an Doue ma kerzhas va zadoł Abraham hag Izaak dirazań, an Doue hag a zo bet va mesaer adalek ma oan betek hiziv,

16  ra zeuio an ael en deus va dieubet a bep droug da vennigań ar vugale-mań, ra zougint va anv hag anv va zadoł Abraham hag Izaak ha ra kreskint fonnus bras war an douar!

17  Jozef a welas penaos e lakae e dad e zorn dehou war benn Efraim hag en doe displijadur. Kregiń a reas e dorn e dad evit e zistreiń diwar benn Efraim war benn Manase.

18  Jozef a lavaras d'e dad: Nann evel-se, va zad, rak hemań eo ar c'hentań-ganet, laka da zorn dehou war e benn.

19  Met e dad ne reas ket, o lavarout: Anavezout a ran kement-se, va mab, anavezout a ran-se, eń ivez a zeuio da vezań ur bobl, eń ivez a vo bras. Koulskoude e vreur yaouankań a vo brasoc'h egetań hag e lignez a vo un engroez a vroadoł.

20  En deiz-se, e vennigas anezho hag e lavaras: Israel a vennigo drezout, o lavarout: Doue da'z rentań evel Efraim hag evel Manase! Lakaat a reas eta Efraim a-raok Manase.

21  Israel a lavaras da Jozef: Setu, ez an da vervel met Doue a vo ganeoc'h, hag e tistroio ac'hanoc'h da vro ho tadoł.

22  Roet em eus dit ul lodenn muioc'h eget da'z preudeur, an hini am eus kemeret eus dorn an Amoreaned gant va c'hleze ha va gwareg.

 

Pennad 49

Bennozhioł profedel Jakob diwar-benn e vibien. Marv Jakob

1  Jakob a c'halvas e vibien hag a lavaras: En em zastumit hag e tisklźrin deoc'h ar pezh a c'hoarvezo ganeoc'h en deizioł da zont.

2  En em zastumit ha selaouit, mibien Jakob! Selaouit Israel, ho tad!

3  Ruben, te eo va c'hentań-ganet, va nerzh ha kentań frouezh va c'hreńvded, uhelań e bri hag uhelań e galloud.

4  Bervus out evel an dour, ne vo ket an dreisted ganit! Rak pignet out war wele da dad, huduraet ec'h eus va gwele en ur bignat ennań.

5  Simeon ha Levi a zo breudeur, o c'hlezeier a zo binvioł a daerded.

6  Ra n'aio ket va ene en o c'huzulioł kuzhet, ra n'en em unano ket va gloar d'o emvod, rak en o fulor o deus lazhet tud hag en o fallentez o deus troc'het garoł an tirvi.

7  Milliget ra vo o c'hounnar rak taer e voe, hag o fulor rak kriz e voe! O rannań a rin e Jakob hag o stlabezań a rin en Israel.

8  Juda, meulet e vi gant da vreudeur, da zorn a vo war c'houzoug da enebourien. Mibien da dad en em stouo dirazout.

9  Juda a zo ul leon yaouank. Deuet out eus an drailhadeg, va mab! En em bleget eo, gourvezet eo evel ul leon, evel ul leonez, piv en lakaio da sevel?

10  Ar walenn ne vo ket pellaet diouzh Juda na bazh al lezenner eus etre e dreid, betek ma teuio ar Shilo (= an hini a zo ar surentez gantań), dezhań sentidigezh ar bobloł!

11  Stagań a ra e azen ouzh ar winienn, hini bihan e azenez ouzh ar c'hef-gwini dibabet. Gwalc'hiń a ra e zilhad er gwin, e vantell e gwad ar rezin.

12  Ruz e vo e zaoulagad gant ar gwin, ha gwenn e zent gant al laezh.

13  Zabulon a vo o chom war vord ar morioł, bez' e vo en aod al listri hag e harzoł etrezek Sidon.

14  Isakar a zo un azen kreńv, gourvezet etre barrinier-krevier.

15  Gwelet en deus e oa plijus an diskuizh ha dudius ar vro. Izelaat a ra e skoaz evit dougen, en em laka da baeań gwirioł.

16  Dan a varno e bobl, evel unan eus meuriadoł Israel.

17  Dan a vo un naer war an hent, un naer-wiber war ar wenodenn, o kregiń e treid ar marc'h evit ma kouezho en traoń an hini a zo warnań.

18  Gortozet em eus da silvidigezh, o Aotrou!

19  Gad, bandennoł a zeuio warnań met eń a yelo warno en diwezh.

20  Gant Aser e vo c'hwek ar bara, eń a bourvezo meuzioł flour ar rouaned.

21  Neftali a zo un heizez laosket, komz a ra gerioł plijus.

22  Jozef eo brank ur wezenn frouezhus, brank ur wezenn frouezhus tost d'ur vammenn, e skourroł o deus goloet ar voger.

23  Gwaregerien o deus gloazet-fall anezhań, strinket lańsoł dezhań, heskinet anezhań,

24  met e wareg a zo chomet start, e zivrec'h hag e zaouarn a zo bet nerzhet gant daouarn Galloudeg Jakob, mesaer ha roc'h Israel.

25  Oberenn Doue da dad eo, an hini a sikouro ac'hanout, hag oberenn an Holl-C'halloudeg, an hini a vennigo ac'hanout gant bennozhioł an neńvoł eus an nec'h, bennozhioł an donder eus an traoń, bennozhioł eus ar bronnoł hag eus ar mammog.

26  Bennozhioł da dad a zo uheloc'h eget bennozhioł va zadoł, betek barr ar c'hrec'hiennoł peurbadus. Ra vint war benn Jozef, war dal prińs e vreudeur.

27  Benjamin a zo ur bleiz a rog, diouzh ar mintin e tebro ar preizh ha diouzh an noz e lodenno an diwisk.

28  Ar re-se holl a zo daouzek meuriad Israel. Kement-se eo ar pezh a lavaras o zad dezho en ur vennigań anezho. Bennigań a reas pep hini anezho, hervez ar vennozh a zeree outań.

29  Hag urzhioł a roas dezho, o lavarout: Emaon o vont da vezań dastumet etrezek va fobl, ra vin beziet e-kichen va zadoł, er c'hev a zo e park Efron an Hitit,

30  er c'hev a zo e park Makpela a-dal da v-Mamre, e bro Ganaan. Ar park eo a brenas Abraham digant Efron an Hitit evel ul lec'h-bez.

31  Eno eo beziet Abraham ha Sara e wreg, eno eo beziet Izaak ha Rebeka e wreg, eno em eus beziet Lea.

32  Ar park hag ar c'hev a zo ennań a zo bet prenet digant bugale Hed.

33  P'en doe echuet Jakob da reiń e urzhioł d'e vibien, e tistroas e dreid er gwele, e varvas, hag e voe dastumet etrezek e bobloł.

 

Pennad 50

Sebeliadur Jakob. Marv Jozef

1  Jozef en em daolas war zremm e dad, a ouelas warnań hag a bokas dezhań.

2  Jozef a c'hourc'hemennas d'e servijerien, ar vedisined, balzamań e dad hag ar vedisined a valzamas Israel.

3  Daou-ugent devezh a voe lakaet d'an dra-se, rak kement-se eo an niver eus an deizioł a lakaer da valzamań. Hag an Ejipsianed a ouelas dezhań dek devezh ha tri-ugent.

4  Pa voe deizioł e gańv tremenet, Jozef a gomzas da re ti Faraon, o lavarout: Mar em eus kavet trugarez dirak ho taoulagad, roit, me ho ped, da glevout da Faraon ar c'homzoł-mań:

5  Va zad en deus lakaet ac'hanon da douiń, o lavarout: Setu, ez an da vervel. Va beziań a ri er bez am eus prenet e bro Ganaan. Bremań eta, lez ac'hanon, me az ped, da bignat evit beziań va zad hag e tistroin goude.

6  Faraon a respontas: Pign da veziań da dad, evel m'en deus lakaet ac'hanout da douiń.

7  Jozef a bignas evit beziań e dad. Gantań e pignas holl servijerien Faraon, henaourien e di, holl henaourien bro Ejipt,

8  holl di Jozef, e vreudeur ha ti e dad. Ne lezjont e bro C'hoshen nemet o bugale vihan, o deńved hag o ejened.

9  Pignat a reas ivez gantań kirri ha marc'hegerien, ar strollad a oa gwall vras.

10  Dont a rejont betek leur Atad (= spern), en tu all d'ar Jordan, hag e rejont hirvoudoł bras ha dreistmuzul. Jozef a reas evit e dad ur c'hańv a seizh devezh.

11  Annezerien ar vro, ar Gananeiz, o welout ar c'hańv-se e leur Atad, a lavaras: Setu aze ur c'hańv bras e-touez an Ejipsianed! Dre-se eo bet galvet al lec'h Abel-Mizraim (= kańv an Ejipsianed). Bez' emań en tu all d'ar Jordan.

12  Mibien Jakob a reas eta evel-se en e geńver, evel m'en doa gourc'hemennet dezho.

13  E gas a rejont da vro Ganaan hag e sebeilhjont anezhań e kev park Makpela, a brenas Abraham digant Efron an Hitit evel ul lec'h-bez, hag a zo a-dal da v-Mamre.

14  Goude m'en doa sebeliet Jozef e dad, e tistroas en Ejipt gant e vreudeur ha gant ar re holl a oa pignet gantań evit beziań e dad.

15  Breudeur Jozef, o welout e oa marv o zad, a lavaras etrezo: Marteze Jozef en devo kasoni ouzhimp ha ne vanko ket da reiń deomp an holl zroug hon eus graet dezhań.

16  Hag e kasjont da lavarout da Jozef: Da dad en deus graet deomp ar gourc'hemenn-mań a-raok mervel:

17  Komz a reot evel-henn da Jozef: Da bediń a ran, pardon bremań da'z preudeur o zorfed hag o fec'hed rak graet o deus droug dit. Da bediń a ran, pardon bremań o zorfed da servijerien Doue da dad. Jozef a ouelas pa voe lavaret ar c'homzoł-se.

18  E vreudeur, o vezań deuet d'e gavout, en em stouas dirazań, hag e lavarjont: Setu, da servijerien emaomp.

19  Jozef a lavaras: N'ho pez ket aon, ha bez' on-me e lec'h Doue?

20  C'hoant ho poa d'ober din droug ha Doue en deus cheńchet kement-se e mad, evit ober ar pezh a welit bremań ha mirout drezon ar vuhez d'ur bobl vras.

21  N'ho pez ket eta aon bremań. Me a vago ac'hanoc'h, c'hwi hag ho tiegezhioł. Hag e tic'hlac'haras anezho en ur gomz dezho hervez o c'halon.

22  Jozef a chomas en Ejipt, eń ha ti e dad, hag e vevas kant dek vloaz.

23  Jozef a welas bugale Efraim betek an deirvet lignez. Bugale Makir mab Manase a voe ivez ganet war daoulin Jozef.

24  Jozef a lavaras d'e vreudeur: Emaon o vont da vervel. Met a-dra-sur, Doue a weladenno ac'hanoc'h hag a lakaio ac'hanoc'h da bignat eus ar vro-mań d'ar vro en deus touet reiń da Abraham, da Izaak ha da Jakob.

25  Jozef a reas touiń mibien Israel hag a lavaras dezho: A-dra-sur, Doue a weladenno ac'hanoc'h ha neuze e kasot va eskern ac'hann.

26  Jozef a varvas, oadet a gant dek vloaz. Balzamet e voe ha lakaet en un arched en Ejipt.