LEVR

HABAKUK

 

Pennad 1

1  Diougan en deus gwelet Habakuk.

2  Betek pegoulz, o AOTROU, e c'harmin hep ma selaoufes? Kriet em eus dit: Taerder! hep ma savetefes.

3  Perak e rez din gwelout an drougiezh, hag e sellez ouzh ar fallentez? Rak ar gwaskerezh hag an taerder a zo dirazon. Bez' ez eus enebiezhoł, hag an dizunvaniezh en em sav.

4  Setu perak eo dic'halloud al lezenn, hag ar reizhder a zo kammet. Hag an den fall a stard an den reizh, setu perak e vez rentet barnedigezhioł gwallsiek.

5  Sellit e-touez ar broadoł, bezit souezhet ha sabatuet, rak me a ya d'ober en ho teizioł un oberenn na gredfec'h ket mar befe kontet deoc'h.

6  Rak setu, emaon o vont da sevel a-enep deoc'h ar Galdeiz, ar bobl kriz ha taer-se, a red a-dreuz plaenennoł bras an douar evit perc’hennań chomadurioł n'int ket dezhi.

7  Spontus hag euzhus eo; anezhi hec'h-unan e teuio he barnedigezh hag he braster.

8  He c'hezeg a zo skańvoc'h eget al louparded, lemmoc'h eget bleizi an abardaez. He marc'hegerien a ya war-raok gant lorc'h, he marc'hegerien a zeu eus a-bell, nijal a reont evel an erer oc'h en em deurel war e breizh.

9  Dont a reont holl evit skrapań, o dremmoł a zo astennet war-raok, dastum a reont prizonidi evel traezh.

10  Ar bobl-se a ra goap ouzh ar rouaned, ar brińsed a zo abeg he goapaerezh, c'hoarzhin a ra ouzh an holl greńvlec’hioł: berniań a ra douar, hag e kemer anezho.

11  Neuze e treuz evel an avel, tremen a ra e-biou hag en em laka kablus. He nerzh eo he doue.

12  Ha n'out ket a bep amzer, o AOTROU, va Doue, va Sant? Ne varvimp ket. AOTROU, lakaet ec'h eus ar bobl-se evit ober ur varnedigezh. O va Roc'h, he lakaet ec'h eus evit kastizań.

13  Re c'hlan eo da zaoulagad evit gwelout an droug, ha ne c'hellez ket sellout ouzh ar fallagriezh. Perak e sellfes ouzh a re fall hag e tavfes, pa lonk an hini drouk unan reishoc'h egetań?

14  Ha graet ec'h eus gant an dud evel gant pesked ar mor, evel gant ar stlejviled n'o deus mestr ebet?

15  Lakaat a ra anezho holl da bignat gant an higenn, o sachań a ra en e roued, o dastum a ra en e lasoł, setu perak emań o laouenaat hag o tridal.

16  Setu perak ec'h aberzh d'e roued hag e laka da vogediń d'e lasoł, rak drezo eo druz e lodenn ha saourus e voued.

17  Daoust ha goullonderiń a raio evit-se e roued, en ur lazhań dalc'hmat hep truez ar broadoł?

 

Pennad 2

1  En em zerc'hel a rin evel gedour, hag e vin em sav war an tour; eveshaat a rin ouzh ar pezh a lavaro din, hag ouzh ar pezh am bo da respont goude va c'hlemm.

2  An AOTROU en deus respontet din o lavarout: Skriv ar weledigezh hag engrav anezhi war daolennoł, evit ma vo lennet aezet.

3  Rak ar weledigezh a zo c'hoazh evit un amzer merket. Mont a ra d'he dibenn hep mar. Mard eo dilerc'hiet, gortoz anezhi, rak c'hoarvezout a raio a-dra-sur, ha ne zaleo ket.

4  Setu, ene an hini en em uhela n'eo ket eeun ennań, met an den reizh a vevo dre ar feiz.

5  Hag ouzhpenn, ar gwin a zo gwidreüs, an den rok ne chom ket sioul, ledanaat a ra e ene evel lec'h ar marv, diwalc'hus eo evel ar marv. Dastum a ra dezhań an holl vroadoł, hag e laka dindanań an holl bobloł.

6  An holl re-se, ha ne lavarint ket flemmadoł diwar e benn, ha ne zroukc'hoapaint ket anezhań? Lavaret e vo: Gwalleur d'an hini a zastum ar pezh n'eo ket dezhań! Betek pegeit...? Piv a samm warnań bec'h e zleoł?

7  Ha ne savint ket prest ar re a grogo ennout? Ha ne zihunint ket evit da drubuilhań? Hag e teui da vezań o freizh?

8  Dre ma ec'h eus preizhet kalz a vroadoł, nemorant ar pobloł a breizho ivez ac'hanout, en abeg da wad an dud ac'h eus skuilhet, ha d'an taerder ac'h eus graet d'ar vro, d'ar gźr ha da gement a zo enni.

9  Gwalleur d'an hini a zastum evit e di gounidoł direizh, evit lakaat e neizh en ul lec'h uhel, evit tec'hout diouzh tapadenn ar glac'har!

10  Divizet ec'h eus dismegańs evit da di, en ur zistrujań pobloł niverus, ha pec'het ec'h eus a-enep da ene.

11  Rak eus ar voger e kri ar maen, hag eus ar c'hoadaj e respont dezhań an treust.

12  Gwalleur d'an hini a sav ur gźr gant gwad, hag a ziazez ur gźr war an drougiezh.

13  Setu, ha n'eo ket dre volontez AOTROU an armeoł e labour ar pobloł evit an tan, ha ma en em skuizh ar broadoł evit netra?

14  Rak an douar a vo leuniet gant anaoudegezh gloar an AOTROU, evel strad ar mor gant an doureier en golo.

15  Gwalleur d'an hini a laka e nesań da evań, dit-te a ziskenn da sac'h-lźr-gwin dezhań d'e vezviń, evit gwelout e noazhder!

16  Leuniet e vi a vezh, ha n'eo ket a c'hloar. Ev te ivez, hag en em zizolo! Hanaf dorn dehou an AOTROU a raio an dro betek ennout, hag an dismegańs a vo war da c'hloar!

17  Rak an taerder a-enep al Liban a adkouezho warnout, hag ivez distruj al loened spontet, en abeg da wad an dud ac'h eus skuilhet, ha d'an taerder ac'h eus graet d'ar vro, d'ar gźr ha da gement a zo enni.

18  Da betra e servij ar skeudenn gizellet, evit ma rafe ar c'hizeller anezhi? Da betra e servij ar skeudenn deuzet a zesk ar gaou, evit ma lakafe an oberour en deus he graet e fiziańs enni? Oberiań a ra idoloł mut.

19  Gwalleur d'an hini a lavar d'ar c'hoad: Dihun! Ha d'ar maen mut: Kelenn a raio! Setu, goloet int a aour hag a arc'hant, ha n'eus spered ebet enno.

20  Met emań an AOTROU e templ e santelezh. Ra davo an douar holl dirazań.

 

Pennad 3

1  Pedenn ar profed Habakuk, war don ur werz lourennek.

2  AOTROU, klevet em eus ar pezh ac'h eus roet da glevout. Leuniet on a aon. AOTROU, e-pad ar bloavezhioł, laka da oberenn da advevań! E-pad ar bloavezhioł, ro-hi da vezań anavezet! Ez kounnar, az pez sońj da gaout truez!

3  Dont a ra Doue eus Teman, dont a ra ar Sant eus Menez Paran. ~Ehan~ E Veurded a c'holo an neńvoł, hag e veuleudi a leugn an douar.

4  E splannder a zo evel ar sklźrijenn, bannoł a strink eus e zaouarn, eno eo kuzhet e nerzh.

5  Ar vosenn a gerzh dirazań, ha glaou-tan a heuilh e gammedoł.

6  Chom a ra a sav, hag e vuzuilh an douar; sellout a ra, hag e laka ar broadoł da grenań. Ar menezioł peurbadus a zo bruzunet, ar c'hrec'hiennoł kozh-kenań a zo izelaet. E hentoł a zo a-holl-viskoazh.

7  Gwelout a ran teltennoł Kush en anken, hag e kren tinelloł bro Vadian.

8  Hag a-enep ar stźrioł eo fulor an AOTROU? Da gounnar, ha bez' eo a-enep ar stźrioł, ha da fulor, a-enep ar mor, evit ma vefes pignet war da gezeg, war da girri trec'hus?

9  Da wareg a zo lakaet en noazh, da viroł a zo touet dre ar gomz. ~Ehan~ Faoutań a rez an douar gant ar stźrioł.

10  Ar menezioł a wel ac'hanout hag a gren. Froudoł herrus en em daol d'an traoń, an donder a laka e vouezh da dregerniń, sevel a ra e zaouarn d'an nec'h.

11  An heol hag al loar a chom a-sav en o annez; mont a reont diouzh gouloł da viroł o nijal, diouzh lugern da c'hoaf skedus.

12  Kerzhout a rez war an douar gant erez, mac'hań a rez ar pobloł ez kounnar.

13  Mont a rez er-maez evit dieubiń da bobl, evit dieubiń da olevad. Bruzunań a rez lein ti an den fallakr, e zistrujań a rez traoń ha krec'h. ~Ehan~

14  Toullań a rez gant da zaredoł penn ar vrezelourien en em daol evel ur barrad-avel evit hor stlabezań, hag en em laouena evel evit lonkań ar reuzeudig en o c'hev.

15  Gant da gezeg e kerzhez war ar mor, war an doureier bras berniet.

16  Klevet em eus ha va c'hreizon a zo strafuilhet, d'ar vouezh-mań va muzelloł a spouron. Ar breinadur a ya e-barzh va eskern, hag e krenan dindanon, dre ma tlean gortoz didrouz deiz an enkrez, pa bigno a-enep ar bobl an hini he zapo.

17  Rak ar wezenn-fiez ne vleunio ket, ha ne vo ken a frouezh er gwiniegoł, frouezh ar wezenn-olivez a raio diouer, ar parkeier ne roint ken a vagadur. An deńved a yelo diwar wel er c'hraou-deńved, ha ne vo ken a ejened er c'hrevier-saout.

18  Koulskoude me a vo laouen en AOTROU, me a drido e Doue eus va silvidigezh.

19  An AOTROU, an Aotrou eo va nerzh, lakaat a ra va zreid heńvel ouzh re ar c'harvezed, hag e ra din en em zerc'hel war an uhelder. D'ar mestr-kaner; gant binvioł-kerdin.