LEVR AR PROFED

IZAIA

 

Pennad 1

1  Gweledigezh Izaia mab Amoz, en deus gwelet diwar-benn Juda ha Jeruzalem, e deizioł Ozia, Jotam, Achaz hag Ezekia, rouaned Juda.

2  Selaouit, o neńvoł, ro da skouarn, o douar! Rak an AOTROU a gomz: Maget em eus mibien hag o desavet em eus, met en em savet int em enep.

3   An ejen a anavez e berc'henn, hag an azen kraou e vestr, met Israel n'en deus anaoudegezh ebet, va fobl n'he deus skiant ebet.

4  A! Broad pec'herez, pobl bec'hiet a zireizhder, gouenn drouk, mibien aet brein! Dilezet o deus an AOTROU, disprizet o deus Sant Israel, en em zistroet int war-dreńv.

5  Perak c'hoazh skeiń ganeoc'h pa gendalc'hit hoc'h emsavadeg? Ar penn holl a zo klańv, ar galon holl a zo diyac'h.

6  Adalek sol an troad betek ar penn n'eus netra yac'h, n'eus nemet gloazioł, blońsoł ha goulioł bev, ha n'int ket bet louzaouet, na paket, na dousaet gant eoul.

7  Ho pro a zo glac'haret, ho kźrioł a zo kuzumet gant an tan. Emań diavaezidi o plaouiań war ho touaroł dindan ho taoulagad, pep tra a zo glac'haret evel goude un distruj graet gant diavaezidi.

8  Merc'h Sion a zo chomet, evel ul lochenn en ur winieg, evel ul logell en ur park kokombrez, evel ur gźr kelc'hiet.

9  Ma n'en dije ket AOTROU an armeoł lezet ganeomp un nemorant bihan, e vijemp deuet evel Sodom, heńvel ouzh Gomora.

10  Selaouit komz an AOTROU, pennoł Sodom! Roit ho skouarn da lezenn hon Doue, pobl Gomora!

11  Petra am eus d'ober eus niver bras hoc'h aberzhoł? eme an AOTROU. Leuniet on a loskaberzhoł meot hag a zruzoni leueoł lart; ne gavan plijadur ebet e gwad an tirvi, an deńved hag ar bouc'hed.

12  Pa zeuit d'en em zerc'hel dirak va dremm, piv en deus goulennet ouzhoc'h mac'hań va leurioł?

13  Na gendalc'hit ket da zegas donezonoł aner, euzh am eus ouzh an ezańs. Diwar-benn ho loarioł nevez, ho sabadoł, hoc'h engalvadegoł, ne c'hellan ket gouzańv an direizhder o kemer perzh en ho podadegoł meur.

14  Va ene a gasa ho loarioł nevez hag ho kouelioł, ur bec'h ez int evidon, skuizh on o padout ganto.

15  Pa'c'h astennit ho taouarn, me a guzh va daoulagad ouzhoc'h. Pa liesait ho pedennoł, ne selaouan ket, ho taouarn a zo leun a wad.

16  En em walc'hit, en em naetait, lamit a-zirak va daoulagad drougiezh hoc'h oberoł, ehanit d'ober fall,

17  Deskit ober mat, klaskit ar barnedigezhioł, diwallit ar re wasket, roit e wir d'an emzivad, difennit an intańvez.

18  Deuit ha divizomp! eme an AOTROU. Pa vefe ho pec'hedoł evel ar ruz-moug, e teuint gwenn evel an erc'h, ha pa vefent ruz evel al limestra, e teuint evel gloan.

19  Mar fell deoc'h sentiń a youl vat, e tebrot traoł gwellań ar vro,

20  met ma ne fell ket deoc'h ha ma'z oc'h disent, e viot lonket gant ar c'hleze, rak genoł an AOTROU en deus komzet.

21  Penaos eo deuet da vezań ur c'hast ar gźr feal? Leun e oa a varnedigezh, ar reizhder a oa o chom enni, ha bremań muntrerien!

22  Da arc'hant a zo aet e mergl, da win a zo kemmesket gant dour,

23  da brińsed a zo disent ha kenseurted laeron; holl e karont an donezonoł hag e redont war-lerc'h ar goproł, ne roont ket e wir d'an emzivad, kaoz an intańvez ne zeu ket betek enno.

24  Abalamour da-se, setu ar pezh a lavar an Aotrou, AOTROU an armeoł, Galloudeg Israel: A! Plijadur am bo eus va stourmerien, hag en em veńjiń a rin eus va enebourien!

25  Lakaat a rin va dorn warnout, teuziń a rin da vergl evel gant kali, hag e lamin kuit da holl staen.

26  Adlakaat a rin da varnerien evel ma oant gwechall, ha da guzulierien evel er penn-kentań. Goude-se e vi galvet kźr ar reizhder, keoded feal.

27  Sion a vo dasprenet dre ar varnedigezh, hag ar re en em zistroio dezhi, dre ar reizhder.

28  Met ar re disent hag ar bec'herien a vo distrujet a-unan, hag ar re a zilez an AOTROU a yelo da goll.

29  Rak mezh ho po en abeg d'an dervennoł a garit, ha ruziań a reot gant al liorzhoł a ra ho plijadur.

30  Bez' e viot evel un dervenn gant delioł o c'hoeńviń, evel ul liorzh n'he deus ket a zour.

31  An den kreńv a vo stoub, e oberoł a vo ur fulenn, an eil hag egile a zevo a-unan, ha ne vo den da lazhań an tan.

 

Pennad 2

1  Komz Izaia mab Amoz, en deus gwelet diwar-benn Juda ha Jeruzalem.

2  Hag e c'hoarvezo, en deizioł diwezhań, ma vo startaet menez ti an AOTROU dreist ar menezioł, hag e savo dreist ar c'hrec'hiennoł, hag e teredo ennań an holl vroadoł.

3  Meur a bobl a zeuio hag a lavaro: Deuit ha pignomp da venez an AOTROU, da di Doue Jakob; kelenn a raio deomp e hentoł, hag e kerzhimp en e wenodennoł, rak al lezenn a zeuio eus Sion, ha komz an AOTROU eus Jeruzalem.

4  Barn a raio etre ar broadoł, hag e vo an tredeog eus meur a bobl; neuze e c’hoveilhint soc’hioł eus o c'hlezeier, ha filzier eus o goafioł. Ur vroad ne savo ken ar c'hleze a-enep unan all, ha ne vo ken desket ober brezel.

5  O tiegezh eus Jakob, deuit ha kerzhit e sklźrijenn an AOTROU!

6  Rak taolet ec'h eus kuit da bobl, tiegezh Jakob, dre ma'z int leun a sav-heol, a zivinourien evel ar Filistined, ha ma en em unanont da vugale an diavaezidi.

7  O bro a zo leun a arc'hant hag a aour, ha n'eus diwezh ebet d'he zeńzorioł. O bro a zo leun a gezeg, ha n'eus diwezh ebet d'he c'hirri.

8  O bro a zo leun a idoloł, stouiń a reont dirak labour o daouarn, dirak ar pezh o deus graet o bizied.

9  An dud a zo izelaet hag ar re vras a zo diskaret, met ne bardoni ket dezho.

10  Kae e-barzh ar reier, hag en em guzh er poultr, evit tec'hout diwar spont an AOTROU, ha gloar e Veurded.

11  An daoulagad rok a vo izelaet, ha lorc'h an dud a vo diskaret, an AOTROU hepken a vo uhelaet en deiz-se.

12  Rak AOTROU an armeoł en devo e zeiz, a-enep kement a zo lorc'hus ha rok, a-enep kement en em sav, evit e izelaat,

13  a-enep holl wez-sedrez al Liban uhel ha mentek, a-enep holl wez-derv Basan,

14  a-enep holl venezioł uhel, a-enep holl grec'hiennoł savet,

15  a-enep pep tour uhel, a-enep pep moger kreńv,

16  a-enep holl listri Tarsiz, hag a-enep kement a blij d'ar gweled.

17  Lorc'h an dud a vo diskaret, ha rogentez ar re vras a vo izelaet, an AOTROU hepken a vo uhelaet en deiz-se.

18  An holl idoloł a dec'ho kuit.

19  Hag ez aint e kevioł ar reier, hag e toulloł an douar, evit tec'hout diwar spont an AOTROU ha gloar e Veurded, pa savo evit skeiń gant an douar.

20  En deiz-se e taolo un den d'ar gozed ha d'al logod-dall, e idoloł arc'hant hag e idoloł aour, en doa graet dezhań evit o azeuliń.

21  Hag ez aint e skarroł ar reier, hag e kleuzioł ar menezioł, evit tec'hout diwar spont an AOTROU ha gloar e Veurded, pa savo evit skeiń gant an douar.

22  Paouezit d'en em harpań war an den, n'en deus nemet ur c'hwezhadenn en e zifron, rak petore van a c'heller ober outań?

 

Pennad 3

1  Rak emań an Aotrou, AOTROU an armeoł, o vont da lemel eus Jeruzalem hag eus Juda pep sikour ha pep skoazell, pep sikour a vara, pep sikour a zour,

 

2  an den kreńv hag an den a vrezel, ar barner hag ar profed, an divinour hag an henaour,

3  ar c'habiten a hanter-kant hag an den enorus, ar c'huzulier hag ar micherour mailh hag ar strobineller ampart.

4  Ha tud yaouank a roin dezho da gabitened, ha bugale a reno warno.

5  Ar bobl a vo gwasket unan dre egile, ha pep hini dre e nesań. Ar bugel a grogo en den kozh, hag an den a netra en hini a zo enoret.

6  Neuze un den a grogo en e vreur e ti e dad: Te ac'h eus ur vantell, bez hor penn, kemer ez torn an dismantroł-mań!

7  Hag en deiz-se e responto hemań o lavarout: Ne vin ket ur medisin, em zi n'eus na bara na mantell, na'm lakait ket da benn war ar bobl!

8  Jeruzalem a ya d'an traoń, ha Juda a gouezh, rak o zeod hag o oberoł a zo a-enep an AOTROU, evit goapaat selloł e c'hloar.

9  Doare o dremm a ro testeni a-enep dezho; evel Sodom ec'h embannont o fec'hed, ha n'en kuzhont ket. Gwalleur d'o ene! Rak e kempennont poanioł dezho o-unan.

10  Lavarit: Eürus ar re reizh! Rak e tebrint frouezh o oberoł.

11  Gwalleur d'an hini fall! Gwalleur! Rak dastum a raio gopr e zaouarn.

12  Va fobl a zo gwasket gant bugale, ha gwragez a ren warno. Va fobl, da renerien a ziheńch ac'hanout, hag e reont dit koll an hent a zlefes heuliań.

13  An AOTROU en em ziskouez evit divizout, hag emań en e sav evit barn ar bobl.

14  An AOTROU a zeuio da varn henaourien e bobl hag o frińsed, rak c'hwi eo hag o deus lonket ar winienn! Diwisk ar paour a zo en ho tiez.

15  Pe dre wir e vac'hit va fobl hag e frikit dremm ar beorien? eme an Aotrou, AOTROU an armeoł.

16  Lavarout a ra an AOTROU: Dre ma'z eo lorc'hus merc'hed Sion, ha ma kerzhont ar gouzoug astennet, oc'h ober sin gant o daoulagad, dre ma kerzhont a gammedoł bihan, o lakaat da dintal o c'helc'hioł-treid,

17  an AOTROU a lakaio moal pennoł merc'hed Sion, an AOTROU a zizoloio o noazhder.

18  En deiz-se e lamo kuit an AOTROU bravder ar c'helc'hioł-treid o tintal, an taledennoł, al loarennoł,

19  ar c'hloc'higoł-skouarn, an troioł-brec'h, ar gouelioł,

20  ar saltetoł, ar chadennigoł-treid, an talgenoł, ar boestoł c'hwez-vat, al lagadennoł-skouarn,

21  ar gwalinier, al lagadennoł-fri,

22  ar saeoł-fest, an tonegoł ledan, ar seier bihan,

23  ar melezourioł, al lin fin, an tulbanoł, ar c'habelloł.

24  Hag e-lec'h c'hwez-vat e vo flaer, e-lec'h gourizoł e vo kerdin, e-lec'h blev rodellet o devo pennoł moal, e-lec'h saeoł ledan e vint gronnet e seier, saotroł a vo e-lec'h kaerder.

25  Da wazed a gouezho dre ar c'hleze, da dud kreńv dre ar brezel.

26  He dorojoł a huanado hag a vo er c'hańv, ha, glac'haret, ec'h azezo d'an douar.

 

Pennad 4

1  En deiz-se e krogo seizh gwreg en ur gwaz hepken, o lavarout: Ni a zebro hor bara hag en em wiskimp eus hon dilhad, ra dougimp hepmuiken da anv, laka hon dismegańs da baouez!

2  En deiz-se e vo diwan an AOTROU kaer ha glorius, ha frouezh an douar brav ha dispar, evit ar re a zo en em dennet eus Israel.

3  An hini a vano e Sion, an hini a vo chomet en nemorant eus Jeruzalem, a vo anvet santel, ar re holl eus Jeruzalem a zo bet enskrivet da vevań,

4  pa en devo an AOTROU gwalc'het hudurnez merc'hed Sion, ha glanaet Jeruzalem diouzh ar gwad a zo en he c'hreiz, dre ar spered a reizhder ha dre ar spered a guzum.

5  War holl dachennad Menez Sion, ha war e vodadegoł, e krouo an AOTROU ur goabrenn hag ur vogedenn e-pad an deiz, ha sked un tan flammus e-pad an noz, rak ar gloar a warezo an holl.

6  Hag e vo ul logell a roio skeud a-enep an tommder e-pad an deiz, hag a servijo da repu ha da vodenn a-enep ar c'hurun hag ar glav.

 

Pennad 5

1  Kanań a rin evit va c'haret-mat kanaouenn va muiań-karet war e winieg. Va c'haret-mat en doa ur winieg war ur grec'hienn druz.

2  He difontań a reas, hag e lamas kuit ar vein, hag e plantas skodoł-gwini a-zibab, hag e savas un tour en he c'hreiz, hag e kleuzias enni ur veol. Gortoz a rae e rofe rezin, met e roas blokadoł gouez.

3  Bremań eta, annezerien Jeruzalem ha tud Juda, barnit etre me ha va gwinienn.

4  Petra a oa c'hoazh d'ober da'm gwinienn, ha ne'm eus ket graet eviti? Perak, pa c'hortozen e rofe rezin, e roas blokadoł gouez?

5  Bremań eta e teskin deoc'h ar pezh a fell din ober da'm gwinienn: Lemel a rin he garzh kuit hag e vo peuret, diskar a rin he moger hag e vo mac'het,

6  degas a rin anezhi en glac'har, ne vo ken troc'het na palaret, an drez hag ar spern a gresko enni, gourc'hemenn a rin d'ar c'houmoul, chom hep lezel ar glav da gouezhań warni.

7  Gwinienn AOTROU an armeoł eo ti Israel, ha tud Juda eo e blantenn plijus. Gortoz a rae eeunder ha setu gwad skuilhet, ar reizhder ha setu garmadeg!

8  Gwalleur d'ar re a stag ti da di, hag a laka park gant park, ken na vefe mui a lec'h, ha ma chomfent o-unan e-kreiz ar vro!

9  AOTROU an armeoł en deus lavaret da'm divskouarn: A-dra-sur e vo lakaet en glac'har an tiez niverus-se, an tiez bras ha kaer-se a vo hep den o chom enno!

10  Dek keńver (~ 4 ha) gwinieg ne roint nemet ur bat (~ 30 l), hag un homer (~ 300 l) a had ne roio nemet un efa (~ 30 l).

11  Gwalleur d'ar re a sav beure-mat, evit redek war-lerc'h an evajoł kreńv, hag a gendalc'h betek an noz, betek ma'z int tommaet gant ar gwin.

12  An delenn, al lud, an taboulin, ar fleüt, hag ar gwin a zo en o festoł. Ne daolont ket evezh ouzh oberenn an AOTROU, ne welont ket labour e zaouarn.

13  Va fobl a zo kaset da sklav, dre vank a anaoudegezh, he noblańs a varv gant an naon, hec'h engroez a zisec'h gant ar sec'hed.

14  Dre-se emań lec'h ar marv o ledanaat, digeriń a ra e c'henoł hep muzul. O splannder, o vandennoł trouzus ha laouen a ziskenno ennań.

15  An dud a vo digalonekaet, ar re vras a vo izelaet, daoulagad ar re lorc'hus a vo pleget.

16  AOTROU an armeoł a vo savet dre ar varnedigezh, an Doue santel a vo santelaet dre ar reizhder.

17  An oaned a beuro evel en o farkeier, hag an diavaezidi a zebro douaroł glac'haret ar re binvidik.

18  Gwalleur d'ar re a denn an drougiezh gant kerdin ar gaou, hag ar pec'hed gant sugelloł ur c'harr,

19  hag a lavar: Ra hasto, ra vuanaio e oberenn, evit ma welimp anezhi! Ra dostaio, ra zeuio mennad Sant Israel, evit ma'c'h anavezimp anezhań!

20  Gwalleur d'ar re a c'halv an droug mat hag ar mad drouk, a laka an deńvalijenn e-lec'h ar sklźrijenn hag ar sklźrijenn e-lec'h an deńvalijenn, a laka ar c'hwerv e-lec'h an dous hag an dous e-lec'h ar c'hwerv!

21  Gwalleur d'ar re a zo fur d'o daoulagad o-unan, ha skiantek d'o barnedigezh o-unan!

22  Gwalleur d'ar re a zo kadarn evit evań gwin, ha kalonek evit meskań an evajoł kreńv,

23  a zidamall an hini drouk evit donezonoł, hag a lam o gwir digant ar re reizh!

24  Dre-se, evel ma lonk an tan ar plouz, hag evel ma kuzum ar flamm ar geot sec'h, o gwrizienn a zeuio da vezań evel breinadur, hag o bleunienn a yelo kuit evel poultr, rak taolet o deus kuit lezenn AOTROU an armeoł, ha disprizet o deus ger Sant Israel.

25  Dre-se fulor an AOTROU en em danas a-enep e bobl, astennet en deus e zorn warno ha skoet ganto, ar menezioł o deus krenet, o c'horfoł marv a oa evel teil e-kreiz ar straedoł. En desped da gement-se e fulor ne harz ket, e zorn a chom bepred astennet.

26  Sevel a ra ur banniel etrezek ar broadoł pell, c'hwitellat a ra evit gervel anezho eus pennoł an douar, ha setu, buan ha prest e teuont.

27  Nikun n'eo skuizh en o zouez, nikun ne vrańsell, nikun ne gousk, nikun ne vored, nikun a vefe dizereet gouriz e zivgroazell, na torret korreenn e votoł.

28  O biroł a zo lemm, o holl waregoł a zo stegnet, karnioł o c’hezeg a zo evel mein, rodoł o c'hirri a zo evel un avel-dro,

29  o yudadeg a zo evel hini leoned, yudal a reont evel leoned yaouank, krozal a reont hag e krogont en o freizh, e gas a reont ganto ha n'eus den evit sikour anezhań.

30  En deiz-se e krozont en o enep evel ma kroz ar mor, hag en ur sellout ouzh an douar, e vo teńvalijenn hag anken, hag ar sklźrijenn a vo teńvalaet gant koumoul.

 

Pennad 6

1  Ar bloavezh ma varvas ar roue Ozia e welis an AOTROU azezet war un tron uhel ha savet, ha plegoł e zilhad a leunie an templ.

2  Serafined en em zalc'he a-us dezhań, pep hini anezho en doa c'hwec'h askell: gant div e c'holoent o dremm, gant div e c'holoent o zreid, gant div e nijent.

3  Krial a raent an eil d'egile, hag e lavarent: Santel, santel, santel eo AOTROU an armeoł! An douar holl a zo leuniet gant e c'hloar!

4  Diazezoł an dorojoł a voe brańsellet gant mouezh an hini a grie, hag an ti a voe leuniet a voged.

5  Neuze em eus lavaret: Gwalleur din! Kollet on! Rak un den dic'hlan e vuzelloł ez on, hag emaon o chom e-kreiz ur bobl dic'hlan o muzelloł, ha va daoulagad o deus gwelet ar Roue, AOTROU an armeoł.

6  Met unan eus ar serafined a nijas etrezek ennon, gantań en e zorn ur c'hlaouenn-dan en doa kemeret a-ziwar an aoter gant pińsetezioł.

7  Hag he stokas ouzh va genoł, hag e lavaras: Bremań houmań he deus stoket ouzh da vuzelloł, da zireizhder a zo lamet kuit, da bec'hed a zo dic'haouet.

8  Neuze e klevis mouezh an Aotrou a lavare: Piv a gasin ha piv a vo va c'hannad? Hag e lavaris: Setu me amań, va c'has-me!

9  Hag e lavaras: Kae ha lavar d'ar bobl-se: Klevout a rit, ya, met ne gomprenot ket, gwelout a rit, ya, met n'anavezot ket.

10  Digizidika kalon ar bobl-mań, pounnera o divskouarn, serr o daoulagad, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o divskouarn da glevout, o c'halon da gompren, na zistrofent, ha na vefent yac'haet.

11  Hag e lavaris: Betek pegeit, Aotrou? Hag e respontas: Betek ma vo ar c'hźrioł glac'haret ha diannez, an tiez didud, an douar glac'haret penn-da-benn,

12  betek m'en devo an AOTROU pellaet an dud, ha ma vo un digenvez bras e-kreiz ar vro.

13  Ma chom c'hoazh un dekvedenn, e vint kuzumet d'o zro; met evel ma vir un dourmantinenn hag un dervenn o skosenn pa vezont diskaret, e teuio anezho ur skosenn, ul lignez santel.

 

Pennad 7

1  Hag e c'hoarvezas e deizioł Achaz mab Ozia, roue Juda, penaos Rezin, roue Siria, ha Pekak mab Remalia, roue Israel, a bignas a-enep Jeruzalem evit he sezizań. Met ne c'helljont ket he zrec'hiń.

2  Hag e voe lavaret da di David: Kevrediń a ra Siria gant Efraļm. Kalon Achaz ha kalon e bobl a voe brańsellet, evel ma vez brańsellet gwez ar c'hoadoł gant an avel.

3  An AOTROU a lavaras da Izaia: Kae da gavout Achaz, te ha Shear-Jashub da vab, war-zu penn kanol ar stank uhelań, war hent park ar c'hommer,

4  ha lavar dezhań: Laka evezh ha chom sioul, na'z pez ket aon, ra n'en em c'hlac'haro ket da galon dirak an daou bennad glaouenn vogedus-se, dirak ar gounnar ruz eus Rezin, eus Siria hag eus mab Remalia,

5  dirak ar Siria a sońj ober droug en da enep, gant Efraim ha mab Remalia, o lavarout:

6  Pignomp a-enep Juda, flemmomp anezhań, greomp ur boulc'h evidomp, lakaomp da roue mab Tabeal en e greiz.

7  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Ne c'hoarvezo ket, ne vo ket evel-se.

8  Rak kźrbenn ar Siria eo Damask, penn Damask eo Rezin. A-benn pemp bloaz ha tri-ugent, Efraim a vo lakaet a dammoł ha ne vo ken ur bobl.

9  Kźrbenn Efraim eo Samaria, penn Samaria eo mab Remalia. Ha ma ne gredit ket, ne badot ket.

10  An AOTROU a gomzas c'hoazh ouzh Achaz o lavarout:

11  Goulenn ur sin digant an AOTROU da Zoue, en goulenni pe en donder pe en uhelder.

12  Achaz a lavaras: Ne c'houlennin ket ha ne demptin ket an AOTROU.

13  Hag Izaia a lavaras: Selaou, o ti David! Ha re nebeut eo evidoc'h skuizhań an dud, ma skuizhit ivez va Doue?

14  Dre-se an AOTROU e-unan a roio deoc'h ur sin: Setu, ar werc'hez a vo brazez hag a c'hano ur mab, a vo anvet Emmanuel (= Doue ganeomp).

15  Debriń a raio koaven ha mel, betek ma ouio disteurel an droug ha dibab ar mad.

16  Met a-raok ma ouio ar bugel disteurel an droug ha dibab ar mad, ar vro a gasaez a vo dilezet gant he daou roue.

17  An AOTROU a lakaio da zont warnout, war da bobl ha war di da dad, dre roue Asiria, deizioł evel n'eus ket bet reoł heńvel outo, abaoe an deiz ma en em zispartias Efraim digant Juda.

18  En deiz-se e c'hwitello an AOTROU da c'hervel ar c'helien a zo e penn stźrioł an Ejipt, hag ar gwenan a zo e bro Asiria,

19  hag e teuint hag en em lakaint holl e traoniennoł an distro, e skalfoł ar reier, war an holl vodoł-drein, war an holl beurvanoł.

20  En deiz-se ec'h aotenno an AOTROU gant un aotenn en devo feurmet en tu all d'ar stźr, gant roue Asiria, ar penn ha blev an treid, hag e lamo ivez ar barv.

21  En deiz-se e vouetaio un den ur vuoc'h yaouank ha div zańvadez,

22  hag e roint kement a laezh ma tebro koaven, rak koaven ha mel a zebro ar re holl a vo manet er vro.

23  En deiz-se pep lec'h hag a vo ennań mil skod-gwini, o talvezout mil pezh arc'hant, a vo troet e drez ha spern.

24  Dont a reor ennań gant biroł ha gant ar wareg, rak an holl vro ne vo nemet drez ha spern.

25  Hag en holl venezioł a veze labouret gant ar bal, ned eor ken gant aon dirak an drez hag ar spern, lakaet e vo eno an ejened, hag e vint mac'het gant an deńved.

 

Pennad 8

1  An AOTROU a lavaras din: Kemer un dablezenn vras ha skriv warni gant lizherennoł gwelus: Skrapadeg prest! Preizhadeg prim!

2  Kemeret em eus ganin testoł feal, Uri an aberzhour ha Zakaria mab Jeberekia.

3  Tostaet em eus ouzh ar brofedez, hag e końsevas hag e c'hanas ur mab. An AOTROU a lavaras din: Galv anezhań Maher-Shalal-Hash-Baz (= Skrapadeg prest preizhadeg prim).

4  Rak a-raok ma ouio ar bugel gervel: Va zad! Va mamm! e vo lamet a-zirak roue Asiria pinvidigezhioł Damask ha preizh Samaria.

5  An AOTROU a gomzas c'hoazh din o lavarout:

6  Peogwir he deus ar bobl-mań disprizet doureier Siloa a red goustadik, peogwir eo en em laouenaet diwar-benn Rezin ha mab Remalia,

7  en abeg da-se, setu, emań an AOTROU o vont da lakaat da zont warno doureier bras ha kreńv ar stźr, roue Asiria hag e holl c'hloar. Sevel a raio dre holl dreist he naoz, hag en em ledo dreist he holl ribloł.

8  Tremen a raio war Juda, o tic'hlannań hag o veuziń, tapout a raio betek ar gouzoug. Hec'h eskell astennet a leunio da vro a-bezh, o Emanuel!

9  Gouzańvit, pobloł, ha bezit bruzunet! Roit ho skouarn, c'hwi holl eus broioł pell! Prientit ha bezit bruzunet, prientit ha bezit bruzunet!

10  Kemerit kuzul a-unan hag e vo kaset kuit, komzit hag ho komz a vo diefed, rak Doue a zo ganeomp.

11  Evel-henn en deus komzet an AOTROU pa grogas gant e zorn ennon, ha pa alias ac'hanon da chom hep kerzhout en hent ar bobl-mań:

12  Na lavarit ket: Kavailh! pep gwech ma lavaro ar bobl-mań: Kavailh! N'ho pet ket aon rak ar pezh o deus aon razań ha na vezit ket spouronet.

13  Santelait AOTROU an armeoł, ra vo-eń ho toujańs hag ho spouron.

14  Eń a vo ur santual, met ivez ur maen-kouezh hag ur roc'h a wallskouer evit an daou di eus Israel, ur pech hag ur roued evit tud Jeruzalem.

15  Kalz anezho a streboto hag a gouezho, a vo bruzunet, a vo luziet ha paket.

16  Golo an testeni-se, siell al lezenn-se e-touez va ziskibien.

17  Esperout a rin en AOTROU a guzh e zremm ouzh ti Jakob, hag e vin en gortoz anezhań.

18  Setu me amań, me hag ar vugale a zo bet roet din gant an AOTROU; ni a zo sinoł ha diouganoł en Israel, a-berzh AOTROU an armeoł a zo o chom war Venez Sion.

19  Ma lavarer deoc'h: Kemerit kuzul digant an igromańserien hag ar sorserien, digant ar re a guzulik hag a grozmol, lavarit: Ur bobl, ha ned aio ket da gavout e Zoue? Hag eo digant ar re varv e koulenno evit ar re vev?

20  D'al lezenn ha d'an testeni! Ma ne lavaront ket hervez ar gomz-se, gouloł-deiz ebet evito!

21  Kantren a raint er vro, bec'hiet ha marnaoniet. Ha p'o devo naon, e savo droug enno, e villigint o roue hag o Doue, e savint o daoulagad war-zu an nec'h,

22  ha goude e sellint etrezek an douar, ha setu, ne vo nemet tristidigezh, teńvalijenn, enkrezioł dic'houloł, hag e sankint en deńvalded.

23  Met ne vo ket da viken an deńvalijenn, aze e-lec'h m'en doa renet an enkrez. Evel m'o deus bet izelaet en amzer gentań douar Zabulon ha douar Neftali, evel-se, en amzer da zont, e vo goloet a c'hloar hent ar mor, en tu all d'ar Jordan, Galilea (= tiriad) ar broadoł.

 

Pennad 9

1  Ar bobl a gerzhe en deńvalijenn he deus gwelet ur sklźrijenn vras, hag ar sklźrijenn he deus lugernet war ar re a oa o chom e bro skeud ar marv.

2  Liesaet ec'h eus ar vroad, kresket ec'h eus he levenez, en em laouenaat a reont dirazout, evel ma en em laouenaer da vare an eost, evel ma youc'her gant levenez o lodennań an diwisk.

3  Rak torret ec'h eus ar yev a boueze warno, hag ar vazh a skoe gant o divskoaz, gwialenn o gwasker, evel en deiz Madian.

4  Pep botez a zo douget gant ar brezelour er veskadeg, hag an dilhad ruilhet er gwad, a vo devet ha lonket gant ar flammoł.

5  Rak ur bugel a zo ganet deomp, ur mab a zo roet deomp, ar galloud a zo bet lakaet war e zivskoaz, ha galvet e vo: Burzhudus, Kuzulier, Doue kreńv, Tad peurbadus, Prińs ar peoc'h.

6  Kreskiń e c'halloud, reiń ur peoc'h diziwezh da dron David ha d'e rouantelezh, evit en startaat hag en harpań er varnedigezh hag er reizhder, adalek bremań ha da viken, gred AOTROU an armeoł a raio kement-se.

7  An Aotrou en deus kaset ur gomz da Jakob, kouezhet eo war Israel.

8  Ar bobl a-bezh en devo anaoudegezh a gement-se, Efraim ha tud Samaria, ar re a lavar gant lorc'h ha rogentez en o c'halon:

9  Kouezhet eo ar brikennoł, met e savimp gant mein-ben! Troc'het eo bet ar gwez-sikomor, met e lakaimp gwez-sedrez en o lec'h!

10  An AOTROU a savo enebourien Rezin a-enep ar bobl, hag a atizo o eneberien,

11  ar Siria dre a-raok hag ar Filistined dre a-dreńv, hag e lonkint Israel a-leizh o genoł. Ha ne zigounnar ket, e zorn a zo atav astennet.

12  Ar bobl ne zistro ket d'an hini a sko ganti, ne glask ket AOTROU an armeoł.

13  An AOTROU a lamo kuit eus Israel ar penn hag al lost, ar balmezenn hag ar vroenenn, en hevelep deiz.

14  Ar penn eo an henaour hag an den enoret, al lost eo ar profed a gelenn ar gaou.

15  Renerien ar bobl-mań a ziank anezhi, hag ar re a zo renet drezo en em goll.

16  Dre-se an AOTROU ne gavo ket a blijadur en o zud yaouank, ha n'en devo ket a druez ouzh o emzivaded nag ouzh o intańvezed, rak n'int holl nemet tud fall ha drouk, pep genoł a lavar euzhusted. Ha ne zigounnar ket, e zorn a zo atav astennet.

17  Rak an drougiezh a zev evel un tan a lonk drez ha spern, deviń a raio lec'hioł stankań ar c'hoadoł, ma sav kolonennoł moged.

18  En abeg da gounnar AOTROU an armeoł, an douar a zo entanet, hag ar bobl a zeu da vezań preizh an tan, den ne espern e vreur.

19  Regiń a reer a-zehou hag o devo naon, lonkań a reer a-gleiz hag n'o devo ket o gwalc'h, pep hini a zebro kig e vrec'h.

20  Manase a-enep Efraim, Efraim a-enep Manase, o-daou a-enep Juda, ha ne zigounnar ket, e zorn a zo atav astennet.

 

Pennad 10

1  Gwalleur d'ar re a ra reolennoł drouk, hag a skriv evit urzhiań an taerder,

2  evit nac'hań ar reizhder d'ar beorien, evit lemel o gwir digant re ezhommek va fobl, evit ober eus an intańvezed o freizh, evit skrapat an emzivaded!

3  Petra a reot en deiz ar varnedigezh, pa zeuio an distruj a-bell? Etrezek piv e tec'hot evit kaout sikour, ha pelec'h e lezot ho kloar?

4  Ar re n'o devo ket pleget e-touez ar brizonidi, a gouezho e-touez ar re varv. Ha ne zigounnar ket, e zorn a zo atav astennet.

5  Gwalleur d'an Asiria, gwialenn va c'hounnar, hag he deus en he dorn bazh va fulor!

6  Kas a rin anezhi a-enep ur vroad pilpous, hag e roin dezhi ur garg a-enep pobl va c'hounnar, evit skrapat, evit preizhata, evit mac'hań anezho evel fank ar straedoł.

7  Met evel-se n'emań ket he c'hoant, evel-se n'emań ket sońj he c'halon. En he c'halon e sońj distrujań ha kas da get broadoł e-leizh,

8  rak e lavar: Va frińsed, ha n'int ket holl kement a rouaned?

9  Ha n'eo ket eus Kalno evel eus Karkemish? Ha n'eo ket eus Hamad evel eus Arpad? Ha n'eo ket eus Samaria evel eus Damask?

10  P'en deus tapet va dorn rouantelezhioł an idoloł, hag o skeudennoł kizellet a oa dreist re Jeruzalem ha re Samaria,

11  evel ma em eus graet da Samaria ha d'hec'h idoloł, ha ne rin ket kemend-all da Jeruzalem ha d'he skeudennoł?

12  Met p'en devo an AOTROU peurc'hraet e holl oberenn war Venez Sion hag e Jeruzalem, ec'h ensellin frouezh kalon ourgouilhus roue Asiria ha rogentez e zaoulagad otus.

13  Rak e lavar: Graet em eus kement-se gant nerzh va dorn ha gant va furnez, rak skiantek on. Dilec'hiet em eus harzoł ar pobloł, preizhataet em eus o zeńzorioł, evel un den kreńv em eus diskaret ar re a oa diazezet.

14  Va dorn en deus kavet pinvidigezhioł ar pobloł evel un neizh; evel ma tastumer vioł dilezet, em eus dastumet an douar holl, ha nikun n'en deus fińvet e askell, na digoret e veg, na laosket ur griadenn.

15  Ar vouc'hal, hag e kavfe gloar diwar goust an hini a ra ganti? An eskenn, hag en em savfe dreist an hini he laka da fińval? Evel ma rafe mont ar wialenn d'an hini a sav anezhi, hag evel ma savfe ar vazh ar pezh n'eo ket koad!

16  Dre-se an Aotrou, AOTROU an armeoł, a gaso an distruj war e dud kreńv, ha dindan e veurded e vo enaouet ur flammad, evel flammad un tan.

17  Sklerijenn Israel a zeuio da vezań un tan, hag e Sant ur flamm, a zevo hag a lonko e zrein hag e zrez en un devezh hepken,

18   hag a guzumo e goadeg hag e liorzh frouezhus, ene ha korf. Bez' e vo evel p'en deus ar c'hlańvour ur fallaenn.

19  An nemorant eus gwez ar goadeg a vo aes da niveriń, ur bugel o lakafe dre skrid.

20  En deiz-se an nemorant eus Israel hag ar re a zo en em dennet eus ti Jakob ne gendalc'hint ket ken d'en em harpań war an hini a skoe warno, met en em harpań a raint gant fealded war an AOTROU, ar Sant eus Israel.

21  An nemorant a zistroio, an nemorant eus Jakob, ouzh an Doue kreńv.

22  Rak, o Israel, ha pa vefe da bobl evel traezh ar mor, un nemorant hepken a zistroio. Ar peurober a zo divizet, lakaat a raio ar reizhder da zic'hlannań.

23  Rak emań an Aotrou, AOTROU an armeoł, o vont da beurober an afer e-kreiz an douar, evel ma'z eo bet divizet.

24  Evel-henn e komz an Aotrou, AOTROU an armeoł: Va fobl, te hag a zo o chom e Sion, na'z pez ket aon rak an Asiria; skeiń a ra warnout gant ar wialenn, hag e sav e vazh ouzhit en doare an Ejipt,

25  met dindan nebeut amzer e paouezo va fulor, hag e troio va c'hounnar d'o distrujań.

26  AOTROU an armeoł a savo ur skourjez outo, evel pa skoas Madian e roc'h Oreb, evel pa oa e vazh a-us d'ar mor, hag e savo c'hoazh anezhi en doare an Ejipt.

27  En deiz-se e vo lamet e vec'h a-ziwar da zivskoaz, hag e yev diwar da c'houzoug. Ar yev a vo distrujet en abeg d'an druzoni.

28  Deuet eo da Ayad, tremenet eo dre Vigron, lezet en deus e bakad e Mikmash,

29  tremenet o deus an ode, kousket o deus e Geba, aon he deus bet Rama, tec'het he deus Gibea-Saül.

30  Laosk kriadennoł lemm, merc'h Gallim! Ra vi klevet betek Laļsh, paour Anatod!

31  Strewet eo Madmena, tud Gebim a glask ur gwasked.

32  C'hoazh un devezh-ehan e Nob, hag e savo e zorn a-enep menez merc'h Sion, a-enep krec'hienn Jeruzalem!

33  Setu an Aotrou, AOTROU an armeoł, a ziskar ar brankoł gant nerzh; ar re vrasań a vo torret, ar re uhelań a vo izelaet.

34  Troc'hań a ra gant an houarn strouaj stankań ar goadeg, al Liban a gouezho dindan ur galloudeg.

 

Pennad 11

1  Dont a raio eus kef Jese ur bount, ur vroustenn a gresko diwar e wrizioł.

2  Spered an AOTROU a chomo warnań, Spered a furnez hag a skiant, Spered a guzul hag a nerzh, Spered a anaoudegezh hag a zoujańs eus an AOTROU.

3  C'hwezh doujańs an AOTROU a vo gantań. Ne varno ket diouzh gwel e zaoulagad, ne roio ket e sońj diouzh ar pezh en devo klevet e divskouarn.

4  Met e varno ar beorien gant reizhder, hag e roio e sońj diwar-benn ezhommeien an douar gant eeunder; skeiń a raio ouzh an douar gant gwialenn e c'henoł, hag e lakaio d'ar marv an den fall gant c'hwezh e vuzelloł.

5  Ar reizhder a vo gouriz e zivgroazell, hag ar fealded gouriz e zaougostez.

6  Ar bleiz a vo o chom gant an oan, al loupard a c'hourvezo gant ar menn-gavr, al leue hag al leonig hag al loened a larder a vo a-gevret, hag ur bugelig a reno anezho.

7  Ar vuoc'h a beuro gant an arzhez, o reoł vihan a c'hourvezo a-gevret, al leon a zebro plouz evel an ejen.

8  Ar poupig a zen e vamm a c'hoario e-kichen toull an aspig, hag ar bugel dizonet a astenno e zorn e toull ar wiber.

9  Ne vo ket graet droug ha ne vo ket distrujet, war va holl venez santel, rak an douar a vo leuniet gant anaoudegezh an AOTROU, evel fońs ar mor gant an doureier en golo.

10  En deiz-se gwrizienn Jese a vo evel ur banniel savet evit ar pobloł; ar broadoł a glasko anezhi, hag he chomlec'h a vo glorius.

11  En deiz-se ec'h astenno an AOTROU e zorn c'hoazh, evit un eil gwech, da zasprenań an nemorant eus e bobl, ar re a vo bet manet en Asiria, en Ejipt, e Patroz, e Kush, e Persia, e Shinear, en Hamad, hag en inizi ar mor.

12  Sevel a raio ar banniel etrezek ar broadoł, dastum a raio re dec'het Israel, hag e vodo re stlabezet Juda, eus pevar c'horn an douar.

13  Gwarizi Efraim a dec'ho kuit, hag e waskerien a vo lamet eus Juda. Efraim ne vo ken avius ouzh Juda, ha Juda ne wasko ken Efraim.

14  Nijal a raint war skoaz ar Filistined war-zu ar c'huzh-heol, a-gevret e preizhataint mibien ar sav-heol, astenn a raint o dorn war Edom ha Moab, mibien Ammon a vo dindano.

15  An AOTROU a lakaio da verz brec'h-vor an Ejipt, sevel a raio e zorn war ar stźr en ur c'hwezhań gant nerzh, en ranno e seizh gwazh-dour, hag e vo treuzet gant botoł.

16  Bez' e vo un hent evit an nemorant eus e bobl, ar re a vo bet manet en Asiria, evel ma voe evit Israel, en deiz ma zeuas kuit eus bro Ejipt.

 

Pennad 12

1  En deiz-se e lavari: Da veuliń a ran, o AOTROU, rak kounnaret e oas em enep, met da gounnar a zo sioulaet, ha va frealzet ec'h eus.

2  Setu, Doue eo va silvidigezh. Fiziańs am bo ha ne'm bo ket aon, an AOTROU, an AOTROU, eo va nerzh ha va meuleudi, ha bet eo va Salver.

3  Tennań a reot dour gant levenez eus mammennoł ar silvidigezh.

4  Hag e lavarot en deiz-se: Meulit an AOTROU! Galvit e anv! Embannit e-touez ar pobloł e oberoł bras! Degasit da sońj e anv uhel-meurbet!

5  Kanit d'an AOTROU rak graet en deus traoł burzhudus, ra vint anavezet gant an douar holl!

6  Youc'h ha kan a levenez, te hag a zo o chom e Sion! Rak bras en da greiz eo Sant Israel.

 

Pennad 13

1  Diougan diwar-benn Babilon, en deus gwelet Izaia mab Amoz.

2  Uhelait ur banniel war ur menez moal, savit ho mouezh war-zu enno, grit sin gant an dorn, ma'z aint e-barzh dre zor ar brińsed.

3  Me am eus roet urzh d'ar re a zo santelaet din, galvet em eus va zud kreńv da gas da benn va c'hounnar, ar re en em laouena eus va braster.

4  War ar menezioł e vez klevet trouz ur vandenn, evel hini ur bobl niverus, un trouz safarus eus rouantelezhioł a bobloł dastumet. AOTROU an armeoł a ra gweladeg war an arme evit ar brezel.

5  Eus ur vro bell, eus pennoł an neńvoł, e teu an AOTROU gant binvioł e vrouez, evit distrujań ar vro holl.

6  Huanadit rak deiz an AOTROU a zo tost. Dont a raio evel ur wasterezh a-berzh an Holl-C'halloudeg.

7  Dre-se an holl zaouarn a zeuio da vezań dinerzh, ha pep kalon den a deuzo.

8  Bez' e vint spouronet, karget a c'hlac'har hag a anken; gouzańv a raint gwentloł evel ur vaouez o wilioudiń, sellout a raint an eil ouzh egile gant souezh, o dremm a vo entanet.

9  Setu, deiz an AOTROU a zeu, deiz kriz, deiz a fulor hag a gounnar entanet, evit degas ar vro en glac'har, evit distrujań ar bec'herien.

10  Stered an neńvoł hag o steredegoł ne roint ken o lugern, an heol a vo teńvalaet adalek ma vo savet, al loar ne roio ken e sklźrijenn.

11  Me a gastizo ar bed en abeg d'e fallagriezh, hag ar re zrouk evit o direizhder, lakaat a rin da baouez lorc'h ar re rok, hag e tiskarin balc'hder ar waskerien.

12  Lakaat a rin un den priziusoc’h eget aour fin, ur mab-den muioc'h eget aour Ofir.

13  Lakaat a rin an neńvoł da grenań, an douar a vo dilec'hiet gant kounnar AOTROU an armeoł, en deiz e gounnar entanet.

14  Evel un heizez spontet, evel un tropell ha n'eus den d'e zastum, pep hini a droio e zremm etrezek e bobl, pep hini a dec'ho d'e vro.

15  Piv bennak a vo kavet a vo treuzet, piv bennak a vo tapet a gouezho dre ar c'hleze.

16  O bugale a vo friket dindan o daoulagad, o ziez a vo laeret, o gwragez a vo gwallet.

17  Setu, emaon o vont da sevel ar Veded en o enep, ne vint ket dedennet gant an arc'hant, ha ne lakaint ket o flijadur en aour.

18  Gant o gwareg e tiskaront ar re yaouank, bez' e vint didruez ouzh frouezh ar c'horf, o lagad n'esperno ket ar vugale.

19  Babilon, klod ar rouantelezhioł, kinklerezh ha lorc'h ar Galdeiz, a vo evel Sodom ha Gomora pa voent distrujet gant Doue.

20  Ne vo biken tud o chom enni, ne vo ken annezet a oad da oad. An Arab ne savo ken e deltenn enni, ar vesaerien ne lakaint ken o loened da ziskuizhań eno.

21  Loened gouez an distro o devo eno o zoulloł, he ziez a vo leuniet gant ar c'haouenned, ar struskańvaled a zeuio da chom eno, hag ar bouc'hed a lammo e-barzh.

22  Loened gouez an inizi a yudo en he falezioł, hag an erevent en he ziez a blijadur. Hec'h amzer a zo tost da zont, he deizioł ne vint ket astennet.

 

Pennad 14

1  Rak an AOTROU en devo truez ouzh Jakob, dibab a raio Israel c'hoazh; adlakaat a raio anezho en o douar, an diavaezidi en em unano outo, hag en em stago ouzh ti Jakob.

2  Ar pobloł a gemero anezho, hag o degaso en-dro d'o bro. Ti Israel o ferc'henno war douar an AOTROU evel servijerien hag evel servijerezed. Kas a raint en dalc'herezh ar re o doa o dalc'het, hag e vestroniint war ar re o doa o gwasket.

3  En deiz ma raio dit an AOTROU diskuizhań eus da boan, eus da drubuilh, hag eus ar sklavelezh garv e oas bet lakaet dindani,

4  e tistagi ar c'hrennlavar-mań a-enep roue Babilon, hag e lavari: Penaos en deus echuet ar gwasker? Penaos en deus echuet c'hoantidigezh an aour?

5  An AOTROU en deus torret bazh ar re zrouk, gwialenn ar renerien;

6  an hini a skoe ouzh ar pobloł gant fulor a daolioł dibaouez, an hini a c'houarne ar pobloł gant kounnar, a zo argaset dizamant.

7  An douar holl a zo er peoc'h, sioul eo, kanań a reer a levenez.

8  Zoken ar gwez-siprez ha gwez-sedrez al Liban en em laouena diwar da benn: Abaoe ma'z out kouezhet, den ne bign ken d'hon diskar.

9  Lec'h ar marv, en traoń, a from en abeg da'z tegouezh. Dihuniń a ra dirazout ar re varv, holl re c'halloudek an douar. Lakaat a ra holl rouaned ar pobloł da sevel diwar o zron.

10  Holl e stagont da gomz hag e lavaront dit: Te ivez, setu te hep nerzh eveldomp! Deuet out da vezań heńvel ouzhimp!

11  Da bompad a zo diskennet e lec'h ar varv, gant son da delennoł. Gourvezet out war ur gwele a vreinadur, hag ar preńved a c'holo ac'hanout.

12  Penaos ez out kouezhet eus an neńvoł, o sterenn lugernus, o mab ar gouloł-deiz? Penaos ez out bet diskaret d'an douar, te hag a vac'he ar broadoł?

13  Te a lavare en da galon: Pignat a rin d'an neńvoł, sevel a rin va zron dreist stered Doue, azezań a rin war venez ar vodadeg, e pennoł an hanternoz,

14  pignat a rin a-us da uhelderioł ar c'hoabr, heńvel e vin ouzh an Uhel-Meurbet.

15  Ha koulskoude ez out diskennet e lec'h ar marv, en donderioł ar poull.

16  Ar re a wel ac'hanout a baro o daoulagad warnout, sellout a raint gant evezh ouzhit: Hag aze emań an hini a lakae an douar da grenań, a vrańselle ar rouantelezhioł,

17  a droe ar bed en distro, a zistruje ar c'hźrioł, ha na zigore ket an ti d'e brizonidi?

18  Holl rouaned ar broadoł, ya holl, a ehan er gloar, pep hini en e di,

19  met te a zo bet taolet pell diouzh da vez, evel ur vroustenn hakr, evel dilhad ar re doullet gant ar c'hleze hag a vez taolet war mein ar poull, evel ur c'horf marv mac'het gant an treid.

20  Ne vi ket unanet ganto er bez, rak glac'haret ec'h eus da zouar ha lazhet ec'h eus da bobl. Gouenn ar re zrouk ne vo biken anvet!

21  Kempennit lazhadeg e vibien, en abeg da zireizhder o zadoł, evit na savint ket ken da berc'hennań an douar, na da c'holeiń gant kźrioł dremm ar bed.

22  Sevel a rin en o enep, eme AOTROU an armeoł, hag e lamin eus Babilon hec'h anv hag he nemorant, ar mab hag ar mab-bihan, eme an AOTROU.

23  Ober a rin anezhi un toull evit an heureuchined, ur c'heun, he skubań a rin gant skubell an distruj, eme AOTROU an armeoł.

24  AOTROU an armeoł en deus touet o lavarout: A-dra-sur, evel ma em eus o disklźriet en em gavo an traoł, hag ar pezh am eus divizet a c'hoarvezo:

25  Breviń an Asiria em douar, hag he mac'hań war va menezioł. He yev a vo lamet kuit a-ziwarno, hag he bec'h a vo tennet a-ziwar o divskoaz.

26  Eno emań ar mennad divizet a-enep an douar holl, eno emań an dorn astennet war an holl vroadoł.

27  Rak AOTROU an armeoł en deus divizet, ha piv a harzo outań? E zorn a zo astennet, ha piv a zistroio anezhań?

28  Ar bloavezh ma varvas ar roue Achaz e voe disklźriet an diougan-mań:

29  N'en em laouena ket, douar ar Filistined, dre ma'z eo bruzunet ar wialenn a skoe ganit, rak eus gouenn an naer e c'hano ur wiber, hag ar frouezh anezhi a vo un aerouant o nijal.

30  Re gentań-ganet ar beorien a vo leuniet, hag an ezhommeien a ziskuizho e surentez, met e lakain da wrizienn da vervel gant an naon, ha lazhet e vo ar pezh a vano ac'hanout.

31  Yud, dor! Garm, kźr! Bez holl er spouron, douar ar Filistined! Rak eus an hanternoz e teu ur moged, pep hini o terc'hel e renk ennań.

32  Ha petra a vo respontet d'ar re zegaset eus ar vroad-se? Penaos eo an AOTROU en deus diazezet Sion, hag enni re c'hlac'haret e bobl o devo o repu.

 

Pennad 15

1  Diougan diwar-benn Moab. En un nozvezh Ar-Moab a zo bet distrujet, kaset da get; en un nozvezh Kir-Moab a zo bet distrujet, kaset da get.

2  Pignat a reer war-zu Bajid ha war-zu Dibon, war an uhellec'hioł da ouelań. Moab a hirvoudo war Nebo ha war Nedeba, an holl bennoł a vo touzet, an holl varvoł a vo troc'het.

3  Er straedoł o devo gwisket seier, war an toennoł ha war al leurioł pep hini a yudo hag a zirollo da ouelań.

4  Hesbon hag Eleale a hirvoudo, o mouezh a vo klevet betek Jahaz, brezelourien Moab a laosko kriadennoł, e ene a greno,

5  va c'halon a huanado en abeg da Voab. E dec'hidi a red betek Zoar, betek Eglad-Shelishija. Pignat a reont en ur ouelań krec'hienn Lukid; hag e lakaint da glevout kriadenn an distruj war hent Horonajim.

6  Doureier Nimrim a vo ur glac'har, ar foenneg a vo disec'h, ar geot a vo kuzumet, ne vo ken a c’hlasvez.

7  An espern o deus graet, ar pezh o deus lakaet a-du, a zougint en tu all da froud an haleg.

8  Mont a ra o c'hriadennoł a-dro-war-dro da harzoł Moab, o hirvoudoł betek Eglaim, o hirvoudoł betek Beer-Elim.

9  Doureier Dimon a vo leun a wad; me a gaso war Zimon poanioł ouzhpenn: ul leon a-enep ar re a zo en em dennet eus Moab hag a-enep an nemorant eus ar vro.

 

Pennad 16

1  Kasit an oan da rener an douar, eus Sela en distro da venez merc'h Sion.

2  Evel laboused o nijal amań hag ahont, evel un neizhiad kaset kuit, evel-se e vo merc'hed Moab ouzh treizh an Arnon.

3  Kemer ali, seven an diviz, astenn e-kreiz an deiz da skeud heńvel ouzh an noz, kuzh ar re gaset kuit, na drubard ket an dec’hidi.

4  Ra vo o chom an dec'hidi en da gichen, o Moab. Bez evito ur repu dirak an distrujer, rak ar gwaskerezh en deus paouezet, an distruj a zo echuet, ar re a vac'he ar vro a zo kuzumet.

5  An tron a vo startaet gant an drugarez, ha warnań ec'h azezo gant fealded, e teltenn David, ur barner a glasko ar varnedigezh hag a hasto ar reizhder.

6  Klevet hon eus lorc'h Moab, lorc'hus kenań eo, e ourgouilh, e lorc'h, e rogentez, hag e gomzoł goullo.

7  Ra hirvoudo Moab war Voab, ra hirvoudo pep tra e-barzh! War zistrujoł Kir-Haresed e c'hlac'harint digalonekaet holl.

8  Rak parkeier Hesbon ha gwinieg Sibma a zizan; mistri ar broadoł o deus bruzunet ar gwellań skodoł, en em astenne betek Jaezer, a gerzhe en distro, ar skourroł anezho a yae a-dreuz ar mor.

9  En abeg da-se e ouelin war winieg Sibma gant gouel Jaezer, ho tourań a rin gant va daeroł, Hesbon hag Eleale! Rak kriadenn ar brezel a deuz war ho frouezh ha war hoc'h eostoł.

10  Ar joa hag al levenez o deus tec'het eus ar parkeier druz, ken a gan er gwiniennoł, ken a griadennoł a levenez, ken a flastrer evit jaodriń ar gwin er beolioł, lakaet em eus da baouez ar c'hriadennoł laouen.

11  Dre-se va c'hreizon a huanad diwar-benn Moab evel un delenn, ha va c'halon diwar-benn Kir-Hares.

12  Moab a zo aet skuizh da vont war an uhellec'hioł, mont a raio er santual da bediń, met ne c'hello kaout netra.

13  Hennezh eo ar gomz en deus lavaret an AOTROU pell amzer 'zo diwar-benn Moab.

14  Ha bremań e komz an AOTROU o lavarout: A-benn tri bloaz, evel bloavezhioł ur goprad, gloar Moab a vo diskaret gant hec'h holl vareadoł, hag an nemorant a vo ken bihan, ken dinerzh.

 

Pennad 17

1  Diougan diwar-benn Damask. Setu, Damask a baouez da vezań ur gźr, dont a ra da vezań ur bern atredoł.

2  Kźrioł Aroer a zo dilezet, lakaet int d'al loened; diskuizhań a reont enno ha den ne spont anezho.

3  Ne vo kreńvlec'h ebet ken en Efraim, ha rouantelezh ebet en Damask hag e nemorant eus Siria. Bez' e vint evel gloar mibien Israel, eme AOTROU an armeoł.

4  En deiz-se gloar Jakob a vo bihanaet, ha lard e gig a droio e treudoni.

5  Bez' e vo evel pa zastum ar meder an ed, da droc'hań gant e vrec'h an tańvouez, hag e vo evel pa vez kemeret an tańvouez e traonienn ar Refaim.

6  Met menel a raio eno un nebeud blokadoł bihan, evel pa hejer ur wezenn-olivez: chom a ra div pe deir olivenn e beg ar skourr uhelań, ha peder pe bemp war ar brankoł ampletus, eme an AOTROU Doue Israel.

7  En deiz-se an den a sello ouzh an Hini en deus graet anezhań, hag a zroio e zaoulagad etrezek Sant Israel.

8  Ne sello ken ouzh an aoterioł, labour e zaouarn, ha ne zroio ken e zaoulagad etrezek ar pezh o deus graet e vizied, an Asheraoł (= doueezoł) ha peulioł an heol.

9  En deiz-se e gźrioł kreńv a vo evel ur brank pe ur skourr uhel bet dilezet en abeg da vibien Israel, hag e teuint da vezań un distro.

10  Ankounac'haet ec'h eus Doue da silvidigezh, ne'c'h eus ket bet sońj eus roc'h da nerzh, hag en abeg da-se e plantez plantennoł plijus hag e hadez bodoł estren.

11  En deiz ma plantez e savez ur c'hleuz en-dro dezho, ha da vintin e lakaez da had da vleuniań, met da zeiz ar gerz eo aet kuit an eost, hag ar glac'har a zo dibare.

12  Gwalleur d'ar grozmol eus ur bobl niverus a ra trouz evel trouz ar mor, ha da safar ar vroadoł evel ar safar eus doureier bras!

13  Ar broadoł a ra safar evel ar safar eus kalz a zoureier, met Eń a c'hourdrouz anezho, hag e tec'hont pell, kaset kuit evel plouz ar menezioł gant an avel, evel poultr gant ar barr-amzer.

14  Gant an abardaez e teu ur spouron trumm; a-raok ar mintin, n'emaint ken. Evel-se eo lodenn ar re a ziwisk ac'hanomp, ha tonkad ar re a breizh ac'hanomp.

 

Pennad 18

1  Gwalleur d'ar vro a ra trouz gant hec'h eskell, hag a zo en tu all da Stźrioł Etiopia,

2  a gas kannaded war ar mor e listri broen war an doureier: Kit, kannaded skańv, etrezek ar vroad galloudus ha skedus, etrezek ar bobl spouronus zoken er pellder, ar vroad kreńv a vac'h gant an treid, lodennet he douar gant stźrioł.

3  C'hwi holl dud ar bed, ha c'hwi annezerien an douar, sellit ouzh ar banniel savet war ar menezioł, selaouit an drompilh o seniń.

4  Evel-henn en deus komzet an AOTROU ouzhin: En em zerc'hel a rin sioul, hag e sellin diouzh va chomlec'h, evel un tommder skedus er sklerijenn, evel ur goabrenn a c'hlizh e tommder an eost.

5  Rak a-raok ar vendem, pa'z eo kresket an nevezenn ha deuet ar bleuńv da vezań blokadoł o tareviń, e troc'ho ar skourrigoł gant stropoł, e savo kuit hag e tilamo ar skourroł.

6  Hag e vint dilezet holl asambles da laboused ar menezioł ha da loened an douar. Al laboused a dremeno an hańv warno, ha loened an douar a dremeno ar goańv warno.

7  En amzer-se e vo degaset ur prof da AOTROU an armeoł gant ar bobl galloudus ha skedus, gant ar bobl spouronus zoken er pellder, ur vroad kreńv a vac'h gant an treid, lodennet he douar gant stźrioł, d'al lec'h m'emań o chom anv an AOTROU, war Venez Sion.

 

Pennad 19

1  Diougan diwar-benn an Ejipt. Setu, emań an AOTROU douget war ur goabrenn skańv, dont a ra en Ejipt, idoloł an Ejipt a gren dirazań, ha kalon an Ejipsianed a deuz en he c'hreiz.

2  Atizań a rin an Ejipsian a-enep an Ejipsian, hag e stourmint, pep hini a-enep e vreur, pep hini a-enep e amezeg, kźr a-enep kźr, rouantelezh a-enep rouantelezh.

3  Spered an Ejipt a vanko en he c'hreiz, hag e tistrujin he c'huzul; hag e c'houlennint alioł digant an idoloł, an divinourien, ar c'houlennataerien speredoł hag ar sorserien.

4  Lakaat a rin an Ejipt etre daouarn ur mestr garv, ur roue kriz a reno warno, eme an Aotrou, AOTROU an armeoł.

5  Doureier ar mor a vanko, ar stźr a zisec’ho hag a baouezo,

6  ar stźrioł a vo diheńchet, kanolioł an Ejipt a izelaio hag a vanko, ar c'horz hag ar broen a yelo da netra,

7  ar pradeier a zo e-kichen ar c'hanolioł pe e-kichen genoł ar c'hanolioł ha kement a zo hadet a-hed ar c'hanolioł a zisec'ho, a vo kaset pell ha ne vo ken.

8  Ar besketaerien a huanado, an holl re a daol er stźr o higenn a hirvoudo, ar re a astenn o roued war an doureier en em c'hlac'haro.

9  Ar re a labour lin fin a vo mezhek, evel ar re a wiad mezher gwenn.

10  Diazezoł ar vro a vo torret, an holl c'hopridi a vo digalonekaet.

11  Prińsed Zoan n'int nemet tud diskiant, ar c'huzul eus alierien fur Faraon a zo deuet da vezań ur bodad amoet. Penaos e lavarit da Faraon: Me ’zo mab ar furien, mab ar rouaned kozh?

12  Pelec'h emaint? Pelec'h emań da re fur? Ra zisklerint dit bremań, ra gemennint ar pezh en deus divizet AOTROU an armeoł a-enep an Ejipt.

13  Prińsed Zoan o deus kollet o skiant, prińsed Nof en em douell, pennoł ar meuriadoł a laka an Ejipt da ziheńchań.

14  An AOTROU en deus skuilhet en he c'hreiz ur spered a saouzan, ha deuet eo an Ejipt da vezań brańsellet en hec'h holl labourioł, evel ma vez brańsellet un den mezv en ur zislonkań.

15  Ha ne vo netra talvoudus d'an Ejipt eus kement a raio ar penn pe al lost, ar balmezenn pe ar vroenenn.

16  En deiz-se an Ejipt a vo evel gwragez, dianket ha spouronet e vo o welout dorn savet AOTROU an armeoł a vo savet a-enep dezhi.

17  Douar Juda a zeuio da vezań ur spont evit an Ejipt, pep hini a gomzo diwar e benn a vo spouronet, en abeg d'ar mennad divizet gant AOTROU an armeoł a-enep dezhi.

18  En deiz-se e vo pemp kźr e bro Ejipt a gomzo yezh Kanaan hag a douo da AOTROU an armeoł; kźr an distruj a vo anvet unan anezho.

19  En deiz-se e vo un aoter savet d'an AOTROU e-kreiz bro Ejipt, ha war hec'h harzoł ur maen-eńvor savet d'an AOTROU.

20  Kement-se a vo un arouez hag un testeni evit AOTROU an armeoł e bro Ejipt. Rak huchal a raint d'an AOTROU abalamour d'o gwaskerien, hag e kaso dezho ur salver hag un difenner d'o dieubiń.

21  Hag an AOTROU en em roio da anavezout d'an Ejipsianed, hag an Ejipsianed a anavezo an AOTROU en deiz-se; kinnig a raint aberzhoł ha donezonoł, hag e raint gouestloł d'an AOTROU hag o seveno.

22  Evel-se an AOTROU a skoio gant an Ejipsianed, skeiń ha yac'haat a raio, distreiń a raint d'an AOTROU, aspedet e vo ganto hag e yac'haio anezho.

23  En deiz-se e vo un hent eus Ejipt da Asiria, an Asiria a zeuio d'an Ejipt, an Ejipt d'an Asiria, hag an Ejipsianed a servijo gant an Asirianed.

24  En deiz-se e vo unanet Israel evel un deirvet lodenn d'an Ejipt ha d'an Asiria, hag ar vennozh a vo e-kreiz an douar.

25  AOTROU an armeoł a vennigo anezho o lavarout: Benniget ra vo Ejipt va fobl, hag Asiria labour va daouarn, hag Israel va hźrezh!

 

Pennad 20

1  Er bloavezh ma teuas da Asdod Tartan kaset gant Sargon roue Asiria, ha ma lakaas ar seziz war Asdod ha ma kemeras anezhi,

2  en amzer-se e komzas an AOTROU dre Izaia mab Amoz o lavarout: Kae, distag ar sac'h diouzh da zivgroazell, lam da votoł eus da dreid. Hag evel-se e reas, o vont en noazh ha divotoł.

3  Neuze an AOTROU a lavaras: Evel m'en deus kerzhet va servijer Izaia en noazh ha divotoł, ar pezh a zo un arouez hag ur merk a-enep Ejipt hag a-enep Etiopia evit tri bloavezh,

4  evel-se roue Asiria a gaso gantań sklavourien eus Ejipt ha re zalc'het eus Etiopia, yaouank ha kozh, en noazh ha divotoł, gant o feskennoł dizolo, ur vezh evit an Ejipt.

5  Neuze an dud a vo spontet ha mezhek en abeg d'an Etiopia o esperańs ha d'an Ejipt o gloar.

6  Ar re a zo o chom en tu-mań d'an harz a lavaro en deiz-se: Setu ar pezh eo deuet da vezań hon esperańs, a redemp daveti da glask sikour evit bezań dieubet diouzh roue Asiria! Penaos e tec'himp-ni?

 

Pennad 21

1  Diougan diwar-benn lec'h distro ar mor. Pa dremen arnev ar c'hreisteiz, e teu eus al lec'h distro, eus ur vro spontus.

2  Ur weledigezh euzhus a zo bet disklźriet din. An toueller a douell, an distrujer a zistruj. Pign, o Elam! Seziz, o Media! Me a laka da baouez an holl hirvoudoł.

3  Dre-se va divgroazell a zo karget a c'hlac'har; gouzańv a ran gwentloł evel ur vaouez o wilioudiń, ar poanioł am harz da glevout, ar spouron am harz da welout,

4  va c'halon a zo trubuilhet, ar spont a grog ennon, noz va flijadurioł a zo troet e noz a spouron.

5  Staliań a reer an daol, ar warded a evesha, debriń a reer, evań a reer. Savit, kabitened! Olevit ar skoed!

6  Rak evel-henn en deus komzet an AOTROU: Kae, laka ur gedour, ra zisklźrio ar pezh a welo.

7  Hag e welas ur c'harr, marc'hegerien daou ha daou, ur c'harr gant ezen, ur c'harr gant kańvaled, hag e selaouas gant evezh bras,

8  ha goude e krias: Ul leon! Aotrou, me en em zalc'h dalc'hmat war an tour e-pad an deiz, hag emaon em sav em flas e-pad an holl nozvezhioł.

9  Ha setu, e teu ur c'harr gant un den ha marc'hegerien daou ha daou. Hag e komzas o lavarout: Kouezhet eo, kouezhet eo, Babilon! Hag holl skeudennoł he doueoł a zo bet bruzunet d'an douar.

10  O va gwinizh dornet, mac'het war al leur! Ar pezh am eus klevet a-berzh AOTROU an armeoł, a-berzh Doue Israel, am eus disklźriet deoc'h.

11  Diougan diwar-benn Duma. Krial a reer din eus Seir: O gedour! Hag a nevez eus an noz? Hag a nevez eus an noz?

12  Ar gedour a lavar: Dont a ra ar beure, hag an noz ivez; mar fell deoc'h goulenn, goulennit, distroit ha deuit en-dro.

13  Diougan diwar-benn an Arabia. Tremen a reot an noz er c'hoadeg, en Arabia, o strolladoł eus Dedan!

14  Deuit, degasit dour d'ar re o deus sec'hed, o tud douar Tema! Deuit en arbenn d'an tec'had gant bara,

15  rak e tec'hont dirak ar c'hlezeier, dirak ar c'hleze dic'houinet, dirak ar wareg stegnet, dirak an hini kreńv en emgann.

16  Rak evel-henn en deus komzet an AOTROU: A-benn ur bloaz, evel bloavezhioł ur goprad, holl c'hloar Kedar a echuo,

17  ha niver bras gwaregerien nerzhus, mibien Kedar, a vo degaset da un nemorant dinerzh, rak an AOTROU Doue Israel en deus komzet.

 

Pennad 22

1  Diougan diwar-benn traonienn ar gweledigezhioł. Petra 'zo ganit, pa'z eo pignet da holl bobl war an toennoł?

2  Kźr trouzus, leun a safar, kźr laouen! Da re varv n'int ket lazhet gant ar c'hleze, n'int ket lazhet en emgann.

3  Da holl bennoł o deus tec'het a-gevret, ereet int bet gant ar waregerien. Da holl re hag a zo bet kavet, a zo bet ereet a-gevret, pa oant o tec'hout da bell.

4  Abalamour da-se e lavaran: Distroit diouzhin ho taoulagad, ma ouelin gant c'hwervded. Na hastit ket frealziń ac'hanon diwar-benn diskar merc'h va fobl.

5  Rak un deiz a drubuilh eo, a zistruj hag a spont a-berzh an Aotrou, AOTROU an armeoł, e traonienn ar gweledigezhioł; diskaret eo ar voger, hag e vez klevet er menez kriadennoł a estrenvan.

6  Elam en deus kemeret e glaouier-biroł, hag e oa kirri leun a dud hag a varc'hegerien; Kir en deus tennet e skoed er-maez.

7  Da draoniennoł kaerań a oa leun a girri, ar varc'hegerien o deus en em renket dirak da zorojoł,

8  tennet eo bet ar pezh a c'holoe Juda, hag en deiz-se e selles etrezek harnezioł ti ar forest.

9  Gwelet hoc'h eus ar freuzoł niverus graet da gźr David, ha dastumet hoc'h eus an doureier eus ar stank izelań,

10  niveret hoc'h eus tiez Jeruzalem, diskaret hoc'h eus anezho evit kreńvaat ar voger,

11  graet hoc'h eus ivez ur mirlec'h etre an div voger, evit doureier ar stank kozh. Met n'hoc'h eus ket sellet ouzh an hini en deus graet kement-mań, n'hoc'h eus ket gwelet an hini en deus e gempennet pell 'zo.

12  E-pad ma c'halve an Aotrou, AOTROU an armeoł, da ouelań en deiz-se, da huanadiń, da douzań ho pennoł, da c'hourizań ar sac'h,

13  setu joa ha levenez, lazhań a reer ejened, lazhań a raed deńved, debriń a raed kig, evań a raed gwin, o lavarout: Debromp hag evomp, rak warc'hoazh e varvimp!

14  AOTROU an armeoł en deus lavaret da'm divskouarn: Biken an direizhder-se ne vo pardonet deoc'h, ken na varvot gantań, eme an Aotrou, AOTROU an armeoł.

15  Evel-henn e komz an Aotrou, AOTROU an armeoł: Kae da gavout an teńzorier-mań, Sebna, mirour ar palez, ha lavar:

16  Petra 'zo dit amań? Piv a zo eus da diegezh amań, ma ec'h eus toullet ur bez amań evidout? Kleuzań a ra ur bez dezhań war an uhel, ha kizellań a ra evitań ul lojeiz er roc'h!

17  Setu, an AOTROU az taolo pell gant ur vrec'h nerzhus, da c'holeiń a raio a-dra-sur,

18  da lakaat a raio du ruilhań, ruilhań evel ur bellenn etrezek un douar ledan ha bras, eno e varvi, eno e vi kirri da c'hloar, o mezh ti da vestr!

19  Me a argaso ac'hanout eus da garg, lamet e vi kuit eus da lec'h.

20  En deiz-se e c'halvin va servijer Eliakim mab Hilkija,

21  e wiskań a rin gant da doneg, e c'hourizań a rin gant da c'houriz, lakaat a rin da c'halloud etre e zaouarn, hag e vo un tad evit tud Jeruzalem hag evit ti Juda.

22  Lakaat a rin war e skoaz alc'hwez ti David, digeriń a raio ha den ne serro, serriń a raio ha den ne zigoro.

23  E lakaat a rin evel un tach en ul lec'h sur, bez' e vo evel un tron a c'hloar evit ti e dad,

24  hag e vo staget outań holl c'hloar ti e dad, an diskennidi bras ha bihan, an holl listri bihan, adalek an tasoł betek ar jarloł.

25  En deiz-se, eme AOTROU an armeoł, an tach lakaet en ul lec'h sur a vo tennet, lamet e vo kuit hag e kouezho, hag ar samm a zouge a vo distrujet, rak an AOTROU en deus komzet.

 

Pennad 23

1  Diougan diwar-benn Tir. Huanadit, listri Tarsiz, rak distrujet eo! Ken a diez! Den ne zeuio ken enni! Deuet eo ar c'heloł eus bro Gitim.

2  Bezit didrouz, tud a zo o chom war an aod, c'hwi hag a oa leuniet gant marc'hadourien Sidon, ar re a genrede ar mor.

3  A-dreuz an doureier bras, ed Shihor hag eost ar stźr a oa he leve; hi a oa marc'hallac'h ar broadoł.

4  Bez mezhek, o Sidon! Rak evel-henn en deus komzet ar mor, kreńvlec’h ar mor: Ne'm eus ket gouzańvet gwentloł, ne'm eus ket ganet, ne'm eus ket maget a dud yaouank, na desavet plac'hed yaouank.

5  Pa zeuio ar c'heloł-se d'an Ejipt, e krenint o klevout petra eo c'hoarvezet gant Tir.

6  Tremenit da Darsiz, huanadit, tud a zo o chom war an aod.

7  Hag eo honnezh ho kźr laouen, an hini a sav d'an amzer gozh? He zreid he doug da vont da chom en ur vro pell.

8  Piv en deus divizet an traoł-se a-enep Tir, ar gźr a lodenn ar c'hurunennoł, a oa pennoł-bras he marc'hadourien, ha re vrasań an douar he c'henwerzherien.

9  AOTROU an armeoł eo an hini en deus divizet ar mennad-se, evit izelaat pep gloar lorc'hus, evit mezhekaat holl re vrasań an douar.

10  Kenred da vro evel ur stźr, o merc'h Tarsiz! N'eus ken a ere.

11  An AOTROU en deus astennet e zorn war ar mor, lakaet en deus ar rouantelezhioł da grenań, roet en deus un urzh a-enep Kanaan: distrujań e greńvlec'hioł,

12  ha lavaret en deus: Ne gendalc'hi ken d'en em laouenaat, o merc'h Sidon, gwerc'hez dizenoret! Sav, kae da Gitim, hag aze zoken ne vo diskuizh ebet evidout.

13  Setu bro ar Galdeiz, ar re ha ne oant ket ur bobl gwechall; Ashur a roas ar vro-se da dud an distro. Sevel a rejont tourioł, distrujań a rejont palezioł Tir, he lakaat a rejont en distruj.

14  Huanadit, listri Tarsiz, rak distrujet eo ho nerzh!

15  En amzer-se e vo ankounac'haet Tir e-pad dek vloaz ha tri-ugent, hervez padelezh buhez ur roue, hag a-benn dek vloaz ha tri-ugent e vo eus Tir evel eus ar c'hast a gomz ar ganaouenn anezhi:

16  Kemer an delenn, tremen kźr, o gast ankounac'haet! Dit da reiń da glevout tonioł kaer ha kanaouennoł niverus, evit ma vo sońj ac'hanout.

17  A-benn dek vloaz ha tri-ugent, an AOTROU a weladenno Tir, a zistroio d'he gounid dic'hlan, hag en em roio d'ar gastaouerezh gant holl rouantelezhioł an douar a zo war zremm ar bed.

18  Hag he madoł hag he gounid a vo santelaet d'an AOTROU. Ne vint ket berniet na miret. He madoł a vo evit a re a zo o chom dirak an AOTROU, evit m'o devo o gwalc'h da zebriń ha ma en em wiskint gant dilhad a-zibab.

 

Pennad 24

1  Setu, emań an AOTROU o vont da c'houlloiń an douar ha d'e ziwiskań, eilpennań a raio e c'horre, hag e stlabezo an dud anezhań.

2  Hag e vo gant an aberzhour evel gant ar bobl, gant ar mestr evel gant ar servijer, gant ar vestrez evel gant ar vatezh, gant ar gwerzher evel gant ar prener, gant ar prester evel gant an amprester, gant ar c'hredour evel gant an dleour.

3  An douar a vo goullonderet holl, ha lakaet holl er skrapadeg, rak an AOTROU en deus lavaret ar gomz-se.

4  An douar a zo e kańv ha faezh, ar bed a zo mantret ha faezh, pobloł brasań an douar a zo mantret.

5  An douar a zo saotret gant e annezerien, rak torret o deus al lezennoł, cheńchet o deus ar reolennoł, disc'hraet o deus an emglev peurbadus.

6  Abalamour da-se eo lonket an douar gant ar vallozh, e annezerien a zoug o foan, tud an douar a zo kuzumet, ne chom ken nemet nebeut a dud.

7  Ar gwin nevez a zo trist, ar winienn a zo goeńvet, ar re holl a oa laouen o c'halon a huanad.

8  Paouezet eo levenez an taboulinoł, echuet eo trouz ar re en em laouenae, paouezet eo levenez an delenn.

9  Ne vo ken evet ar gwin en ur ganań, an evajoł kreńv a vo c'hwerv d'ar re a ev anezho.

10  Kźr dizoare a zo distrujet, pep ti a zo serret, n'eer ken ennań.

11  Krial a reer er straedoł pa n'eus ket a win, pep levenez a zo troet e teńvalijenn, joa an douar a zo aet kuit.

12  Ne chom nemet glac'har e kźr, an nor a gouezh a dammoł dindan an taolioł.

13  Evel-se eo e-kreiz an douar, e-touez ar pobloł, evel pa vez hejet ar wezenn-olivez, hag evel pa vez raspaet goude ar vendem.

14  Sevel a raint o mouezh, hag e laoskint kriadennoł a levenez; eus harzoł ar mor e kanint meurded an AOTROU.

15  Meulit eta an AOTROU e sklźrijenn ar flammoł, hag anv an AOTROU Doue Israel en inizi ar mor.

16  Eus penn pellań an douar hon eus klevet kanań: Enor d'an Hini reizh! Met lavaret em eus: Kollet on! Kollet on! Gwalleur din! Ar c'hanazed a ra taolioł-ganas, ar c'hanazed a ra taolioł-ganas e-leizh!

17  Ar spouron, ar poull hag ar roued a zo warnout, o annezer an douar!

18  An hini a dec'ho dirak trouz ar spouron a gouezho er poull, an hini a vo adpignet eus kreiz ar poull a vo paket er roued, rak stouvelloł an nec'h a zigor, ha diazezoł an douar a gren.

19  An douar a zo roget! An douar a zo torret! An douar a zo brallet taer!

20  An douar a horjell evel un den mezv, hag a horjell! Treuzkaset eo evel ul logell! Pouezań a ra warnań e bec'hed, kouezhań a raio ha ne adsavo ket ken.

21  En deiz-se an AOTROU a gastizo arme an nec'h, a zo en nec'h, ha rouaned an douar, a zo war an douar.

22  Dastumet e vint evel ar re zalc'het en un toull-bac'h, klozet en ur prizon, hag a-benn kalz a zevezhioł e vint kastizet.

23  Al loar a ruzio, an heol a vo mezhek, pa reno AOTROU an armeoł war Venez Sion, e Jeruzalem, leun a c'hloar dirak e henaourien.

 

Pennad 25

1  AOTROU, te eo va Doue! Da ganmeuliń a rin, meuliń a rin da anv, rak traoł burzhudus ac'h eus graet, da vennadoł bet divizet abaoe pell 'zo a zo sur ha gwirion.

2  Eus ar gźr ec'h eus graet ur bern mein, hag eus ar geoded nerzhus un dismantr. Kreńvlec’h an diavaezidi n'eo ket ken ur gźr, ne vo biken adsavet.

3  Abalamour da-se ar pobloł galloudek a ro gloar dit, kźrioł ar broadoł nerzhus a zoujo ac'hanout,

4  rak bet out ur repu evit an hini gwan, ur repu evit ar paour en e estrenvan, ur goudor ouzh an arnev, ur skeud ouzh an tommder, rak c'hwezh ar re spontus a zo evel un arnev o skeiń gant ur voger.

5  Diskar a rez safar an diavaezidi, evel an tommder war un douar sec'h, evel ma vez diskaret an tommder dindan skeud ur goumoulenn. Kan ar re spontus a vo izelaet.

6  AOTROU an armeoł a gempenno evit an holl bobloł, war ar menez-mań, ur banvez kig druz, ur banvez gwin diwar e vamm, kig druz ha melek, gwin diwar e vamm sklaeriet.

7  Hag e lamo kuit, war ar menez-mań, ar ouel a c'holo dremm an holl bobloł, ar c'holoenn astennet war an holl vroadoł.

8  Lonkań a raio ar marv en trec'h; an Aotrou AOTROU a sec'ho an daeroł diwar an holl zremmoł, hag a lakaio dismegańs e bobl da dec'hout kuit a-ziwar an douar holl, rak an AOTROU en deus komzet.

9  En deiz-se e vo lavaret: Setu, hon Doue eo, esperet hon eus ennań, hag e saveteo ac'hanomp. An AOTROU eo, esperet hon eus ennań, tridomp a levenez hag en em laouenaomp eus e silvidigezh.

10  Rak dorn an AOTROU en em lakaio war ar menez-mań, ha Moab a vo mac'het dindanań, evel ma vez mac'het ar plouz en ur poull teil.

11  Aze ec'h astenno e zaouarn, evel ma astenn anezho an neuńvier da neuńvial, hag ec'h izelaio o lorc'h ha touell o daouarn.

12  Hag e tiskaro kreńvlec'h an difennoł uhelań eus da vogerioł, e bilat a raio, e deurel a raio d'an douar er boultrenn.

 

Pennad 26

1  En deiz-se e vo kanet ar c'hantik-mań e bro Juda: Ur ger greńv hon eus, ar silvidigezh a vo lakaet enni evit moger-difenn hag evit ramparzh.

2  Digorit an dorojoł, ma teuio e-barzh ar vroad reizh, an hini a vir ar fealded.

3  Mirout a rez ur peoc'h asur d'an hini a zo nerzhus e galon, dre m'en em fiz ennout.

4  En em fiziit da virviken en AOTROU, rak en Aotrou AOTROU eo roc'h ar c'hantvedoł.

5  Lakaat a ra da ziskenn ar re a zo o chom en nec'h, pilat ar ra ar gźr savet e krec'h, he fil betek an douar, he zaol er boultrenn.

6  Mac'het eo gant an treid, gant treid ar beorien, dindan kammedoł an ezhommeien.

7  Hent an hini reizh a zo eeun, hag e plaenaez e hent d'an den reizh.

8  Ya, da c'hortozomp, o AOTROU, en hent da varnedigezhioł! Da anv ha da eńvor eo c'hoant hon ene.

9  Va ene a c'hoanta ac'hanout en noz. Em c'hreizon va spered a glask ac'hanout a-vintin, rak pa vez da varnedigezhioł war an douar, tud ar bed a zesk ar reizhder.

10  Hag e vo graet trugarez d'an den fall? Ne zesk ket ar reizhder, met e raio an droug e bro ar wirionez, ha ne sello ket ouzh meurded an AOTROU.

11  AOTROU, da zorn a zo savet uhel, ne welont ket anezhań, met mar gwelont da c'hred evit da bobl, neuze e vint mezhekaet, hag an tan miret evit da enebourien a lonko anezho.

12  AOTROU, ar peoc'h a roi deomp, rak kement a reomp, te eo an hini en peurc'hra ennomp.

13  AOTROU hon Doue, aotrounez all egedout o deus renet warnomp, met drezout nemetken e c'hellomp gervel da anv.

14  Marv int ha ne vevint ket ken, aet int da get ha ne savint ket ken, o c'hastizet hag o distrujet ec'h eus, kaset ec'h eus zoken da netra o eńvor.

15  Kresket ec'h eus ar vroad, AOTROU, kresket ec'h eus ar vroad, hag ar gloar a zo roet dit. Astenn holl harzoł an douar!

16  AOTROU, en o estrenvan ez ejont da'z kavout, stlabezet o deus o c'hlemmoł pa'z eo bet da gastiz warno.

17  Evel ur wreg vrazez prest da wilioudiń a c'houzańv gwentloł hag a gri en he foanioł, evel-se omp bet, pell diouzh da zremm, o AOTROU!

18  Końsevet hon eus, gouzańvet hon eus gwentloł, n'hon eus ganet nemet avel, n'hon eus ket dezouget ar silvidigezh d'an douar, na lakaet da c'henel tud er bed.

19  Da re varv a vevo! Va c'horf marv a savo! Dihunit ha kanit gant levenez, tud ar boultrenn! Rak da c'hlizhenn a zo evel glizhenn ar sklźrijenn, hag an douar a roio en-dro ar re aet da get.

20  Kae va fobl, kae da'z kambroł, serr an dorojoł war da lerc'h, en em guzh evit ur pennad bihan, betek ma vo tremenet ar gounnar.

21  Rak setu, dont a ra an AOTROU er-maez eus e chomlec'h, evit kastizań drougiezh tud an douar. Hag an douar a ziskouezo ar gwad bet skuilhet warnań, ha ne guzho ket ken e re lazhet.

 

Pennad 27

1  En deiz-se e skoio an AOTROU gant e gleze bras nerzhus ha kalet ouzh al leviatan, an naer skańv, ouzh al leviatan, an naer gildrouk, hag e lazho an euzhvil mor.

2  En deiz-se e vo kanet diwar-benn ar winienn dudius.

3  Me eo an AOTROU, an hini he diwall; me he douro e pep amzer, me he miro noz-deiz, gant aon na vefe graet droug dezhi.

4  N'eus ket a gounnar ennon. Pa vo roet din drez pe spern da stourm outo, kerzhout a rin warno, hag o deviń a rin a-unvan,

5  nemet e koulennfed diganin va gwarez, ra vo graet ar peoc'h ganin, ra vo graet ar peoc'h ganin.

6  Un deiz Jakob a wrizienno, Israel a vleunio ha a daolo bountoł, hag e vo leuniet gant o frouezh dremm an douar.

7  An AOTROU, ha skoet en deus gant e bobl evel m'eo bet ar re o doa skoet ganti? Israel, ha lazhet eo bet evel m'eo bet ar re o doa lazhet anezhi?

8  Gant muzul eo ec'h eus he c'hastizet, en ur gas anezhi kuit, pa voe argaset gant c'hwezh un avel kreńv, e deiz avel ar sav-heol.

9  Evel-se e vo dic'haouet direizhder Jakob, ha setu frouezh pardon e bec'hed: lakaet e vo e poultrenn evel mein-raz holl vein an aoterioł, hag an Asheraoł (= doueezoł) ha peulioł an heol ne vint ket ken en o sav.

10  Rak ar gźr greńv a vo glac'haret, ar chomlec'h a vo dilezet, dilezet evel ul lec'h distro, eno e teuio al leue da beuriń, eno e c'hourvezo, hag e tebro ar brankoł a vo ennań.

11  Pa vez sec'h ar skourroł, e vint torret, hag ar merc'hed a zeuio da enaouiń un tan. Ar bobl-mań n'he deus ket a skiant, en abeg da-se an hini en deus o c'hrouet n'en devo ket truez outo, an hini en deus o stummet ne raio ket trugarez dezho.

12  En deiz-se e tiskaro an AOTROU ar frouezh, adalek red ar stźr Eufratez betek froud an Ejipt, met e viot dastumet hini hag hini, o mibien Israel!

13  En deiz-se e vo sonet gant ar shofar (= trompilh e korn maout), hag ar re a oa kollet e bro Asiria, hag ar re a oa kaset kuit e bro Ejipt, a zeuio hag a stouo dirak an AOTROU, war ar menez santel e Jeruzalem.

 

Pennad 28

1  Gwalleur da gurunenn lorc'hus mezvierien Efraim, d'ar bleuńv gweńvet a zo e wiskamant kaerań hag a zo a-us da draonienn strujus an dud mezevellet gant gwin.

2  Setu, unan nerzhus ha kreńv 'zo gant an AOTROU, unan heńvel ouzh un arnev grizilh, heńvel ouzh un tarzh-avel distrujus, heńvel ouzh ur barrad-amzer gant doureier bras o lińvań; teurel a ra kement-se d'an douar gant e zorn.

3  Mac'het e vo gant an treid kurunenn lorc'hus mezvierien Efraim.

4  Hag ar bleuńv gweńvet a zo e wiskamant kaerań hag a zo a-us d'an draonienn strujus, evel ur frouezhenn darev a-raok an hańv, a vo gwelet, ha kerkent ha ma vo en dorn, e vo lonket.

5  En deiz-se e vo AOTROU an armeoł ur gurunenn skedus hag un talgenn a c'hloar evit an nemorant eus e bobl,

6  ur spered a varnedigezh evit ar hini a zo azezet war gador ar varnedigezh, hag un nerzh evit ar re a gas en-dro an enebour o stourm outo ouzh an nor.

7  Met int ivez a vrańsell gant ar gwin, hag e tiheńchont gant an evajoł kreńv; an aberzhour hag ar profed a vrańsell gant an evajoł kreńv, beuzet int er gwin, hag e tiheńchont gant an evajoł kreńv; brańsellat a reont er weledigezh, strebotiń a reont er varnedigezh.

8  An holl daolioł a zo leun a zislonkadurioł hag a lastez, ha ne chom lec'h ebet.

9  Da biv e vo kelennet an anaoudegezh? Da biv e vo roet da glevout kentelioł da gompren? Da vugale nevez-dizonet, diframmet diouzh ar vronn?

10  Rak ret eo reiń kemenn war gemenn, kemenn war gemenn, reolenn war reolenn, reolenn war reolenn, un tamm amań, un tamm aze.

11  Evel-se, dre un haketerezh a vuzelloł hag en ur yezh estren eo e komzo ouzh ar bobl-mań.

12  Lavaret en devoa dezho: Amań emań an diskuizh, lezit da ziskuizhań an hini a zo bec'hiet, amań emań an distan. Met n'eo ket bet fellet dezho selaou.

13  Dre-se komz an AOTROU a vo dezho kemenn war gemenn, kemenn war gemenn, reolenn war reolenn, reolenn war reolenn, un tamm amań, un tamm aze, evit ma kouezhint war o c'hein en ur gerzhout ha ma vint torret, evit ma kouezhint en ur stign ha ma vint paket.

14  Selaouit eta komz an AOTROU a ren war ar bobl-mań a Jeruzalem, tud goapaerien:

15  Dre ma hoc'h eus lavaret: Graet hon eus emglev gant ar marv, graet hon eus marc'had gant lec'h ar marv, pa dremeno ar walenn o lińvań ne dapo ket ac'hanomp, rak kemeret hon eus da repu an touell, kuzhet omp dindan ar gaou.

16  En abeg da-se evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, e lakaan e Sion ur maen da ziazez, ur maen amprouet, ur maen-korn prizius, ur sol start, hag an hini a gredo ennań ne hasto ket.

17  Lakaat a rin ar varnedigezh da vezań eeun hag ar reizhder da vezań rezet. Ar grizilh a gaso kuit repu an touell, an doureier a veuzo kuzh ar gaou.

18  Hoc'h emglev gant ar marv a vo kaset da netra, ho marc'had gant lec'h ar marv ne zalc'ho ket; pa dremeno ar walenn o lińvań, e viot flastret ganti.

19  Kerkent ha ma tremeno e krogo ennoc'h, rak tremen a raio beure goude beure, en deiz hag en noz; hag ar spont hepken a vo he c'hemennadenn.

20  Ar gwele a vo re verr evit en em astenn ennań, ar c'holoenn a vo re strizh evit en em c'holeiń ganti.

21  Sevel a raio an AOTROU evel e menez Perazim, e kounnaro evel e traonienn Gabaon, evit ober e labour, e labour dizanavez, hag evit kas da benn e oberenn, e oberenn zivoas.

22  Ha bremań, na rit ket goap, gant aon na vefe adstardet hoc'h ereoł, rak klevet em eus penaos eo merket an distruj gant an Aotrou, AOTROU an armeoł, a-enep an holl vro.

23  Roit ho skouarn, selaouit ouzh va mouezh, bezit evezhiek, klevit va gerioł.

24  An hini a dro douar evit hadań, hag e troio douar dalc'hmat? Hag e vo dalc'hmat o tigeriń hag o terriń moudennoł e zouar?

25  P'en devo plaenaet ar gorre, ha ne skuilho ket an aned? Ha ne hado ket ar c'houmin? Ha ne lakaio ket ar gwinizh a-renk, an heiz el lec'h merket, ar yell war ar ribloł?

26  E Zoue a zesk dezhań ar reolenn da heuliań.

27  Rak an aned ne vez ket gwasket gant ar ruilh, war ar c'houmin ne vez ket lakaet da dreiń rod ar c'harr, met e vez pilet an aned gant ur wialenn hag ar c'houmin gant ur vazh.

28  Dornań a reer an ed, met ne wasker ket anezhań dalc'hmat; bountań a reer rod ar c'harr ha treid ar c'hezeg warnań, hep flastrań anezhań.

29  Kement-se a zeu ivez eus AOTROU an armeoł. Burzhudus eo e guzul, ha bras-meurbet e furnez.

 

Pennad 29

1  Gwalleur da Ariel, da Ariel, ar gźr ma kampas David enni! Lakait bloaz war vloaz, ra vo lazhet an aberzhoł.

2  Hag e stardin Ariel, ne vo nemet garmoł ha klemmoł, hag e vo evidon evel un Ariel (= Leon Doue).

3  Me a gampo en-dro dit hag a-enep dit, da sezizań a rin gant tourioł, hag e savin a-enep dit kreńvadurioł.

4  Izelaet e vi, komz a ri evel a-zindan an douar, da c'her a zeuio damvouget gant ar poultr, da vouezh a bigno eus an douar evel hini ur goulennataer speredoł, da c'her a vo evel ur grozmol o tont eus ar poultr.

5  Maread da enebourien a vo evel poultrenn vunut, maread an dud galloudek evel plouz o nijal, hag e c'hoarvezo a-daol-trumm.

6  Gweladennet e vi gant AOTROU an armeoł, gant kurunoł, krenioł-douar, trouz bras, korventenn, arnev, flamm un tan loskus.

7  Hag evel ma c'hoarvez en un huńvre pe en ur weledigezh noz, evel-se e vo eus an holl vroadoł niverus a vrezelo a-enep Ariel, eus ar re holl a grogo enni hag en he c'hreńvlec'h, eus ar re a stardo anezhi.

8  Evel ma huńvre un den marnaoniet emań o tebriń, ha pa zihun e ene a zo goullo, evel ma huńvre un den sec'hedet emań oc'h evań, ha pa zihun ez eo dinerzh hag e ene a zo langisus, evel-se e vo gant maread an holl vroadoł a vrezelo a-enep Menez Sion.

9  Bezit sebezet, bezit souezhet! Serrit ho taoulagad ha bezit dallet! Mezv int, met n'eo ket gant gwin, brańsellat a reont, met n'eo ket gant evajoł kreńv.

10  Rak an AOTROU en deus skuilhet warnoc'h ur spered a vorgousk, serret en deus ho taoulagad, lakaet en deus ur ouel war ar brofeded, war ar renerien, war an diouganerien.

11  An holl weledigezhioł a zo deuet evidoc'h evel komz ul levr siellet, a vefe roet da un den o c'houzout lenn, en ur lavarout dezhań: Lenn kement-mań! Hag a respontfe: Ne c'hellan ket rak siellet eo.

12  Pe a vefe roet da un den na oar ket lenn, en ur lavarout dezhań: Lenn kement-mań! Hag a respontfe: N'ouzon ket lenn.

13  Lavaret en deus an AOTROU: Peogwir e tosta ar bobl-mań ouzhin gant o genoł, ec'h enor ac'hanon gant o muzelloł, met e pellaont o c'halon diouzhin, ha peogwir o doujańs ouzhin a zo kelennet dre c'hourc'hemennoł tud,

14  en abeg da-se e kendalc'hin d'ober burzhudoł e-keńver ar bobl-mań, burzhudoł ha mirakloł, ha furnez ar re fur a vo kaset da get, ha skiant ar re skiantek a vo kaset da netra.

15  Gwalleur d'ar re a guzh don o c'hoantoł diouzh an AOTROU, d'ar re a ra o labour en deńvalijenn, hag a lavar: Piv hor gwel? Piv hon anavez?

16  Tud fall ez oc'h! Ar poder, hag e vo doujet evel ar pri? Hag e lavaro un oberenn diwar-benn an hini en deus he graet: N'en deus ket graet ac'hanon? Hag e lavaro an dra stummet diwar-benn an hini en deus he stummet: Ne anavez netra?

17  C'hoazh un nebeudig amzer hag e vo troet al Liban en ul liorzh frouezhus, hag al liorzh frouezhus a vo sellet evel ur goadeg.

18  En deiz-se e klevo ar vouzared komzoł al levr, ha daoulagad an dalled a welo, rak dieubet ez int eus an amc'houloł hag eus an deńvalijenn.

19  Ar re a zo hegarat o devo en AOTROU levenez war levenez, hag ar beorien a-douez an dud en em laouenaio e Sant Israel.

20  Rak ar gwasker ne vo ken, ar goapaer a vo distrujet, ar re a evesha ma vefe graet an direizhder a vo lamet kuit,

21  evel ar re a varn un den kablus evit ur gomz hepken, a stegn pechoł d'ar reizher ouzh an nor, a ro lamm d'an den reizh gant o zouelloł.

22  En abeg da-se evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn ti Jakob, eń hag en deus dasprenet Abraham: Jakob ne vo ken mezhek, hag e zremm ne zrouklivo ken.

23  Rak pa welo e vibien, oberenn va daouarn en e greiz, e santelaint va anv, e santelaint Sant Jakob, hag e toujint Doue Israel.

24  Ar re a oa dianket o spered a zeuio da vezań skiantek, ar re a grozmole a zesko ar gelennadurezh.

 

Pennad 30

1  Gwalleur d'ar vibien disent, eme an AOTROU, ar re a gemer kuzul met n'eo ket diganin, ar re a ra emglevioł met n'eo ket gant va Spered, evit daspugn pec'hed war bec'hed,

2  ar re a ya en hent da ziskenn en Ejipt hep bezań goulennet digant va genoł, evit klask goudor didan galloud Faraon, hag evit kavout repu e skeud an Ejipt.

3  Neuze galloud Faraon a vo ho mezh, ha repu e skeud an Ejipt a vo ho tismegańs.

4  Pennoł ar bobl a zo e Zoan, aet eo ar gannaded betek Hanez.

5  Holl e vint mezhek en abeg d'ur bobl na servijo dezho da netra, na vo ket ur skoazell nag ur sikour, met a vo ur vezh hag un dismegańs evito.

6  Diougan diwar-benn loened ar c'hreisteiz. E douar an dristidigezh hag an enkrez, ma teu diouti al leonez hag al leon, an naer-wiber hag an naer loskus o nijal, e tougont war gein ezen o finvidigezhioł hag war dorgenn gańvaled o zeńzorioł, etrezek ur bobl na servijo dezho da netra.

7  Rak sikour an Ejipt ne vo nemet moged ha netra; setu perak em eus anvet kement-se: Trouz bras evit netra.

8  Kae bremań, merk kement-mań war un daolenn dirazo, skriv kement-mań war ul levr, ma chomo evit an amzer da zont, bepred ha da virviken.

9  Rak ur bobl disent ez int, mibien c'haouiat, mibien na fell ket dezho selaou lezenn an AOTROU,

10  hag a lavar d'an diouganerien: Na welit ket! ha d'ar brofeded: Na brofedit ket ar wirionez, lavarit traoł plijus, profedit touelloł,

11  it kuit eus an hent, distroit diwar ar wenodenn, lamit Sant Israel a-zirak hon daoulagad!

12  En abeg da-se evel-henn e komz Sant Israel: Peogwir e taolit kuit ar gomz-mań, evit kaout fiziańs en taerder hag er fallagriezh, evit en em harpań war an traoł-mań,

13  en abeg da-se e vo evidoc'h an drougiezh-mań evel freuz ur voger uhel o kinnig kouezhań en ur faoutań, hag en em vruzun a-daol-trumm.

14  En em vruzunań a ra evel ma vez bruzunet lestr pri ur poder, torret didruez e tammoł na gaver ket un darbod evit tennań tan eus an oaled pe evit tennań dour eus ar puńs-glav.

15  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU, Sant Israel: En ur zistreiń ouzhin hag en ur chom sioul e vefec'h salvet, en diskuizh hag er fiziańs e vefe ho nerzh. Met n'eo ket bet fellet deoc'h.

16  Lavaret hoc'h eus: Nann, ni a dec'ho kuit war varc'h! Neuze e tec'hot. Lavaret hoc'h eus: Pignat a raimp war gezeg-red skańv! Neuze ar re a redo war ho lerc'h a vo skańv.

17  Mil ac'hanoc'h a vo gourdrouzet gant un den, ha dirak gourdrouz pemp den e tec'hot, ken na chomo ac'hanoc'h nemet evel ur post war lein ur menez, evel ur banniel war ur grec'hienn.

18  Koulskoude an AOTROU a c'hortoz evit ober trugarez deoc'h, sevel a raio evit kaout truez ouzhoc'h. Rak un Doue reizh eo an AOTROU, eürus eo ar re holl a zo en gortoz anezhań!

19  Rak ne oueli ket ken, pobl Sion hag a zo o chom e Jeruzalem; ober a raio trugarez dit pa grii, adalek ma klevo ac'hanout, e selaouo ouzhit.

20  An AOTROU a roio deoc'h ar bara a enkrez hag an dour a c'hlac'har, met da gelennerien ne dec'hint ket ken, da zaoulagad a welo da gelennerien.

21  Ha pa'z eot a-zehou pe a-gleiz, da zivskouarn a glevo a-dreńv dit ur vouezh a lavaro: Amań emań an hent, kerzhit ennań.

22  Sellout a reot evel dic'hlan ar golo arc'hant eus ho skeudennoł kizellet, hag ar gwiskad aour eus ho skeudennoł teuzet. O zeurel a ri pell evel un hudurniezh, hag e lavari dezho: Er-maez ac'hann!

23  Kas a raio glav war da had az po hadet en da zouar, hag ar bara a roio da zouar a vo mat ha fonnus. En deiz-se e peuro da loened e pradoł bras.

24  An ejened hag an ezen, hag a labour an douar, a zebro boued mat, a vo gwentet gant ar bal hag ar c'hrouer.

25  War bep menez uhel ha war bep grec'hienn savet, e vo gwazhioł-dour ha froudoł, da zeiz al lazhadeg veur, pa gouezho an tourioł.

26  Sklźrijenn al loar a vo evel sklźrijenn an heol, ha sklźrijenn an heol a vo seizh gwech brasoc'h, evel sklźrijenn seizh deiz, pa lieno an AOTROU gouli e bobl, ha pa bareo ar gloazioł graet dre e daolioł.

27  Setu e teu anv an AOTROU eus a-bell, entanet eo e gounnar, pounner e vec'h, leun a imor eo e vuzelloł, e deod a zo evel un tan loskus,

28  e Spered a zo evel ur froud o tic'hlannań, a dapo betek ar gouzoug, evit stlabezań ar broadoł gant benveg an distruj; hag e vo lakaet ouzh javedoł ar pobloł ur brid d'o diankań.

29  Kanań a reot evel en noz ma vez lidet ar gouel, levenez ho po en ho kalon evel an hini a gerzh ouzh son ar fleüt, evit dont da venez an AOTROU, etrezek Roc'h Israel.

30  An AOTROU a lakaio e vouezh veurdezus da vezań klevet, hag e lakaio e vrec'h prest da skeiń da vezań gwelet, e-kreiz e gounnar entanet, e-kreiz flammoł un tan loskus, e-kreiz un arnev, ur barrad-amzer ha mein grizilh.

31  Ouzh mouezh an AOTROU e kreno an Asiriad, skeiń a raio warnań gant e vazh.

32  E pep lec'h ma tremeno ar wialenn, ha ma he lakaio an AOTROU da gouezhań warnań, e vo klevet an taboulinoł hag an telennoł; stourm a raio outań gant e zorn astennet.

33  Abaoe pell amzer ez eo lakaet a-du ha kempennet Tofed (= lec'h an tan) evit ar roue. Graet eo don ha ledan e geuneudeg, gant tan ha koad e-leizh; alan an AOTROU, evel ur red soufr, a ya da entanań anezhań.

 

Pennad 31

1  Gwalleur d'ar re a ziskenn en Ejipt da glask sikour, d'ar re en em harp war gezeg, d'ar re a laka o fiziańs er c'hirri dre ma'z int kalz, hag er varc'hegerien dre ma'z int nerzhus, d'ar re na sellont ket ouzh Sant Israel ha na glaskont ket an AOTROU.

2  Koulskoude, eń eo an hini a zo fur. Lakaat a ra ar poanioł da zont, ne dorr ket e gomzoł, sevel a raio a-enep ti ar re zrouk, hag a-enep sikour ar re a ra direizhder.

3  An Ejipsianed a zo tud, n'int ket Doue. O c'hezeg a zo kig, n'int ket Spered. An AOTROU a astenno e zorn, an diwaller a vo diskaret, an hini diwallet a gouezho, o-daou a vo kaset da get.

4  Evel-henn en deus komzet an AOTROU ouzhin: Evel ma yud al leon, al leon yaouank war e breizh, pa'z eo galvet mesaerien a-vandenn a-enep dezhań, evel n'eo ket spontet gant o mouezh ha n'en deus ket aon rak an niver anezho, evel-se e tiskenno AOTROU an armeoł da stourm war Venez Sion ha war e grec'hienn.

5  Evel ma'c'h astenn al laboused o eskell, evel-se e warezo AOTROU an armeoł Jeruzalem, gwareziń ha dieubiń a raio, goleiń ha saveteiń.

6  Distroit d'an Hini e oac'h ken en em bellaet dioutań, mibien Israel.

7  En deiz-se pep hini ac'hanoc'h a daolo kuit e idoloł arc'hant hag e idoloł aour, hoc'h deus graet gant ho taouarn evit pec'hiń.

8  An Asiria a gouezho dre ur c'hleze na vo ket hini un den, hag ar c'hleze na vo ket hini ur mab-den a lonko anezho, tec'hout a raint kuit dirak ar c'hleze, hag o zud yaouank a zeuio da vezań truajidi.

9  Gant an aon ez aint d'o c'hreńvlec'h, o renerien a vo spontet dirak ar banniel, eme an AOTROU, an Hini emań e dan e Sion hag e fornez e Jeruzalem.

 

Pennad 32

1  Setu, ur roue a reno hervez ar reizhder, ha prińsed a c'houarno gant eeunder.

2  Pep hini anezho a vo evel ur gwasked ouzh an avel hag ur vod ouzh ar glav, evel gwazhioł-dour en ul lec'h sec'h, evel skeud ur roc'h vras war un douar kras.

3  Neuze daoulagad ar re a wel ne vint ken dall, divskouarn ar re a glev a vo evezhiek,

4  kalon an re skańv a intento an anaoudegezh, teod ar re valbouz a gomzo buan ha sklaer,

5  ne vo ken anvet jentil an hini diskiant, ne vo ken anvet hael an toueller.

6  Rak an hini diskiant ne lavar nemet follentezioł, e galon en em ro d'ar faosoni evit ober an direizhder, evit droukkomz a-enep an AOTROU, evit lezel goullo an ene marnaoniek, evit lemel an evaj digant an hini en deus sec'hed.

7  Binvioł an toueller a zo fall; korvigelloł a ijin evit koll gant gevier ar re c'hlac'haret, zoken pa gomz reizh ar paour.

8  Met an denjentil en deus mennadoł jentil, hag e kendalc'ho gant oberennoł jentil.

9  Gwragez diskiant, savit, selaouit ouzh va mouezh! Merc'hed dibalamour, roit ho skouarn da'm ger!

10  A-benn ur bloavezh hag un deiz bennak e nec'hot, c'hwi hag a zo dibalamour, rak ar vendem a c'hwito, ha ne zeuio ket an eost.

11  Krenit, c'hwi hag a zo diskiant! Nec'hit, c'hwi hag a zo dibalamour! En em ziwiskit, en em lakait en noazh, gourizit ho tivgroazell.

12  Hag e skoint war boull o c'halon o kaout sońj eus ar maezioł kaer hag eus ar gwiniennoł frouezhus.

13  War zouar va fobl e kresko an drein hag an drez, zoken war an holl diez a levenez eus ar gźr laouen.

14  Ar palez a vo dilezet, ar gźr drouzus a vo dilaosket, ar grec'hienn hag an tour a vo evel kevioł da viken, an ezen gouez a c'hoario enno, an tropelloł a beuro enno,

15  ken na vo skuilhet warnomp ar Spered eus an nec'h, ha ma vo troet an distro en ul liorzh frouezhus, ha ma vo sellet al liorzh frouezhus evel ur goadeg.

16  An eeunder a vo o chom el lec'h distro, hag ar reizhder a raio e chomaj el liorzh frouezhus.

17  Oberenn ar reizhder a vo ar peoc'h, ha frouezh ar reizhder a vo an diskuizh hag ar surentez da viken.

18  Va fobl a vo o chom en un annez peoc'hus, e tiez sur, e lec'hioł diskuizhus ha sioul.

19  Met ar goadeg a vo diskaret dindan ar grizilh, ha kźr a vo izelaet-kenań.

20  Eürus, c'hwi hag a had e-kichen an doureier, hag a lez troad an ejen hag an azen da vont dishual.

 

Pennad 33

1  Gwalleur dit, te hag a zistruj ha n'out ket bet distrujet, hag a douell ha n'out ket bet touellet! Pa vo echu ganit distrujań e vi distrujet, ha pa vo echu ganit touellań e vi touellet.

2  AOTROU, az pez truez ouzhimp! Ni a zo en gortoz ac'hanout. Bez o brec'h adalek ar beure, hag hor silvidigezh en amzer ar glac'har.

3  Ar pobloł o deus tec'het dirak trouz ar safar, ar vroadoł a zo en em stlabezet pa'z oas en em savet.

4  Ho preizh a vo dastumet evel ma en em zastum ar biskoul, lammat a reor warnań evel ma lamm ar c’hilheien-raden.

5  An AOTROU a zo uhelsavet rak emań o chom el lec'hioł uhel; leuniet en deus Sion a eeunder hag a reizhder.

6  Surentez da zeizioł, nerzh da silvidigezh, furnez, anaoudegezh: doujańs an AOTROU a vo da deńzor.

7  Setu ma kriont er straedoł an dud kreńv, ha ma ouel gant c'hwervder ar gannaded a beoc'h.

8  An hentoł a zo didud, n'eus ket ken a veajourien, torret en deus an emglev, disprizet en deus ar c'hźrioł, ne ra van ebet eus an dud.

9  An douar a zo e kańv ha faezh, al Liban a zo mezhek hag izelaet, Saron a zo deuet evel ul lanneg distro, Basan hag ar C'harmel a zo brańsellet.

10  Bremań en em savin, eme an AOTROU, bremań e vin uhelaet, bremań e vin uhelsavet.

11  Końseviń a reot foenn, genel a reot plouz, ho c'hwezh a lonko ac'hanoc'h evel tan.

12  Ar pobloł a vo evel fornezioł plastr, evel drein troc'het a zev en tan.

13  C'hwi hag a zo pell, selaouit ar pezh am eus graet, ha c'hwi hag a zo tost, anavezit va nerzh.

14  Ar bec'herien a zo spouronet e Sion, ar grenijenn he deus kroget ar re fall. Piv ac'hanomp a c'hello derc'hel gant un tan loskus? Piv ac'hanomp a c'hello derc'hel gant flammoł peurbadus?

15  An hini a gerzh er reizhder hag a gomz gant eeunder, a daol kuit ar gounid dizonest, a hej e zaouarn evit tremen hep kemer profoł, a stouv e zivskouarn evit chom hep klevout komzoł gwadus, a serr e zaoulagad evit tremen hep gwelout an droug,

16  hennezh a vo o chom el lec'hioł uhel, kreńvlec’hioł ar reier a vo e repu, bara a vo roet dezhań, doureier ne vankint ket dezhań.

17  Da zaoulagad a welo ar roue en e gaerder, sellout a raint ouzh an douar er pelloł.

18  Da galon a brederio war ar spontadennoł: Pelec'h emań an hini a skriv? Pelec'h emań an hini a bouez? Pelec'h emań an hini a gont an tourioł?

19  Ne weli ken ar bobl lorc'hus, ur bobl teńval he yezh ha na intenter ket, gant un teod oc'h haketal ha na gomprener ket.

20  Sell ouzh Sion, kźr hor gouelioł; da zaoulagad a welo Jeruzalem, ur chomlec'h sioul, un deltenn na vo ket treuzdouget, na vo biken tennet he fostoł, ha na vo ket torret he c'hordennoł.

21  Eno eo en em ziskouez an AOTROU en e veurded evidomp, bez' eo evel stźrioł, stźrioł-meur ledan, e-lec'h ne yelo ket al bigi dre roeńvoł, e-lec'h ne dremeno ket al listri bras.

22  Rak an AOTROU eo hor barner, an AOTROU eo hol lezennour, an AOTROU eo hor roue, eń eo a saveteio ac'hanomp.

23  Da gerdin a zo distardet, ne c'hellont ket ken bezań dalc'het gant ar wern, nag astenn al lien. Neuze e vo lodennet madoł ur breizhadeg vras, ar re gamm zoken a gemero o lodenn er skrapadeg.

24  Hini ebet eus ar re a zo o chom eno ne lavaro: Me 'zo klańv. Ar bobl o chom enni en deus bet ar pardon eus he direizhder.

 

Pennad 34

1  Tostait, broadoł, da selaou! Ha c'hwi, pobloł, bezit evezhiek! Ra selaouo an douar, ha kement a zo ennań! Ar bed ha kement a zeu diwarnań!

2  Rak emań kounnar an AOTROU war an holl vroadoł, e fulor war an holl armeoł, o lakaet en deus da verz, o roet en deus d'al lazhadeg.

3  O re varv a vo taolet er-maez, o c'horfoł-marv a laosko c'hwezh ar vreinadurezh d'en em skignań, ar menezioł a ziruilho gant o gwad.

4  Holl arme an neńvoł en em deuzo, an neńvoł a vo ruilhet evel ul levr, hag o holl arme a gouezho, evel ma kouezh delienn ar winienn, evel ma kouezh hini ar fiezenn.

5  Rak va c'hleze a zo mezviet en neńvoł, setu ez an da ziskenn war Edom ha war ar bobl am eus lakaet da verz, evit he barn.

6  Kleze an AOTROU a zo leun a wad, goloet eo a zruzoni, gwad oaned ha bouc'hed, druzoni lounezhi an tourzed, rak an AOTROU en deus graet un aberzh e Bozra, ul lazhadeg vras e bro Edom.

7  Ganto e kouezho ar bualed, hag al leueoł gant ar c'holeoł, an douar a vo mezviet a wad, ar poultr leuniet a zruzoni.

8  Rak devezh veńjańs an AOTROU eo, bloavezh an daskor e-keńver gwirioł Sion.

9  He froudoł a vo troet e peg, he foultr e soufr, he douar a zeuio da vezań peg entanet,

10  na vo lazhet na deiz na noz; he mogedenn a bigno da viken, glac'haret e vo a oad da oad, den ne dremeno ken drezi, da viken.

11  Ar pilikant hag an heureuchin, ar gaouen hag ar vran a vo o chom enni. Astennet e vo warni kordenn-rezań an dizoare ha live ar goullo.

12  He re vras a embanno n'eus ket ken a rouantelezh, hec'h holl brińsed a vo kaset da netra.

13  Ar spern a gresko en he falezioł, an drez hag an askol en he c'hreńvlec'hioł. Eno e vo toulloł an aourgon ha tiez ar struskańvaled.

14  Eno en em gavo loened gouez an distro gant loened gouez an inizi. Eno e yudo ar bouc'hed an eil d'egile. Eno e kludo an toud hag a gavo diskuizh ennań.

15  Eno e raio an naer he neizh, dozviń a raio he vioł hag o lakaio da ziflukań, hag e vodo he re vihan dindan he skeud. Eno en em zastumo ar bultured an eil gant egile.

16  Klaskit e levr an AOTROU ha lennit: Hini anezho ne vanko, nag an eil nag egile ne vo diank, rak e c'henoł eo en deus gourc'hemennet, e Spered eo a zastumo anezho.

17  Taolet en deus ar sord evito, e zorn en deus lodennet an douar-se dezho gant ar gordenn, eno e vint o chom a oad da oad.

 

Pennad 35

1  An distro hag ar vro sec'h en em laouenaio, al lec'h didud a sartaio hag a vleunio evel safron.

2  Bleuniań a raio e-leizh hag en em laouenaio, leuskel a raio kriadennoł a levenez ha kanaouennoł trec'h. Gloar al Liban a vo roet dezhań, gant splannder ar C'harmel ha Saron. Gwelout a raint gloar an AOTROU ha splannder hon Doue.

3  Kreńvait an daouarn dinerzhet, startait an daoulin semplaet.

4  Lavarit d'ar re nec'het o c'halon: Bezit kadarn, n'ho pet ket aon, setu ho Toue, ar veńjańs a zeuio, daskor Doue; dont a raio e-unan hag e tieubo ac'hanoc'h.

5  Neuze daoulagad an dalled a vo digoret, divskouarn ar vouzared a vo distouvet,

6  ar c'hamm a lammo evel ur c'harv, teod an hini mut a gano a levenez, rak doureier a strinko en distro ha froudoł el lec'h didud.

7  Al lec'h sec'h a vo troet en ul lenn, an douar disec'h e mammennoł-dour; en toulloł ma oa an aourgon o chom enno e vo ur park a gorz hag a vroen.

8  Eno e vo un hent, ur wenodenn, a vo anvet hent ar santelezh, na dremeno ket drezań an hini dic'hlan. Bez' e vo evito o-unan, hag ar re a gerzho en hent-se, zoken ar re ziskiant, n'en em ziankint ket.

9  Eno ne vo leon ebet, loen gouez ebet ne dremeno drezań, n'en em gavint ket ennań, met ar re zasprenet a gerzho ennań.

10  Ar re zic'haouet gant an AOTROU a zistroio drezań, hag e teuint da Sion gant kanaouennoł trec'h, ul levenez peurbadus a vo war o fenn, bez' o devo levenez ha laouenidigezh, ar boan hag ar c'hlemmvan a dec'ho kuit.

 

Pennad 36

1  Ar pevarzekvet bloavezh eus ar roue Ezekia, e pignas Sankerib roue Asiria a-enep holl gźrioł-kreńv Juda hag e tapas anezho.

2  Goude-se roue Asiria a gasas Rabshake eus Lakish da Jeruzalem gant ul lu bras, a-enep roue Ezekia. Hag en em ziskouezas e-kichen kanol ar stank uhelań, war hent park ar c'hommer.

3  Eliakim mab Hilkija, mirour ar palez, a yeas d'e gavout gant Sebna, ar sekretour, ha Joak mab Azaf, an diellour.

4  Rabshake a lavaras dezho: Lavarit da Ezekia: Evel-henn e komz ar roue bras, roue Asiria: Petra eo ar fiziańs-se en em harpez warni?

5  Me a lavar dit, n'int nemet komzoł, ret eo kaout kuzul ha nerzh evit ober brezel! Ha bremań e piv ez out en em fiziet evit sevel a-enep din?

6  Setu, en em fiziout a rez en Ejipt, er vazh-se, er gorzenn dorret-se, hag a doull hag a dreuz dorn an hini en em harp warni; evel-se eo Faraon, roue an Ejipt, evit an holl re en em fiz ennań.

7  Mar lavarez din: Ni en em fiz en AOTROU an Doue; ha n'eo ket an hini en deus Ezekia lakaet da vont diwar wel e uhellec'hioł hag e aoterioł, o lavarout da Juda ha da Jeruzalem: Dirak an aoter-mań e stouot?

8  Ro eta ur gouestl da'm mestr roue Asiria, hag e roin dit daou vil kezeg, mar gellez kavout tud a-walc'h da vont warno.

9  Penaos e c'hellfes treiń kein d'an disterań gouarnour a-douez servijerien va mestr? Met en em fiziez en Ejipt en abeg d'ar c'hirri ha d'ar varc'hegerien.

10  Hag e vefe eta hep an AOTROU ez on pignet a-enep ar vro-mań evit he distrujań? An AOTROU eo en hini en deus lavaret din: Pign a-enep ar vro-mań ha distruj anezhi.

11  Eliakim Sebna ha Joak a lavaras da Rabshake: Komz ouzh da servijerien e yezh arameek mar plij, rak intent a reomp anezhań. Met na gomz ket e yezh ar Yuzevien, da zivskouarn ar bobl a zo war ar voger.

12  Rabshake a lavaras: Hag ez eo da'z kavout ha da gavout da vestr en deus va mestr degaset ac'hanon evit lavarout ar c'homzoł-se? Ha n'eo ket etrezek an dud a zo azezet war ar voger, evit lavarout dezho e tebrint o c'haoc'h hag ec'h evint o staot ganeoc'h?

13  Rabshake, ouzh en em zerc'hel an e sav, a grias a vouezh uhel e yezh ar Yuzevien: Selaouit komzoł ar roue bras, roue Asiria!

14  Evel-henn e komz ar roue: Ra ne douello ket Ezekia ac'hanoc'h, rak ne c'hello ket ho tieubiń.

15  Ra ne lakaio ket Ezekia ac'hanoc'h d'en em fiziout en AOTROU en ur lavarout: An AOTROU ne vanko ket d'hon dieubiń, hag ar gźr-mań ne gouezho ket etre daouarn roue Asiria.

16  Na selaouit ket ouzh Ezekia, rak evel-henn e komz roue Asiria: Grit ar peoc'h ganin ha deuit da'm c'havout, hag e tebro pep hini ac'hanoc'h eus e winienn hag eus e wezenn-fiez, hag ec'h evo pep hini ac'hanoc'h dour eus e buńs,

17  ken na zeuin evit ho kas d'ur vro heńvel ouzh ho pro, ur vro a winizh hag a win, ur vro a vara hag a winiennoł.

18  Ra ne douello ket Ezekia ac'hanoc'h en ur lavarout: An AOTROU a zieubo ac'hanomp. Doueoł ar broadoł, ha dieubet en deus unan anezho e vro diouzh dorn roue Asiria?

19  Pelec'h emań doueoł Hamad hag Arpad? Pelec'h emań doueoł Sefarvaim? Ha dieubet eo bet zoken Samaria diouzh va dorn?

20  E-touez holl doueoł ar broioł, pere o deus dieubet o bro diouzh va dorn, evit ma tieubo an AOTROU Jeruzalem diouzh va dorn?

21  Met int a davas ha ne respontjont ger dezhań, rak ar roue en doa gourc'hemennet evel-se o lavarout: Ne respontot ket.

22  Eliakim mab Hilkija, mirour ar palez, Sebna, ar sekretour, ha Joak mab Azaf, an diellour, a zeuas da gavout Ezekia, roget o dilhad, hag e tisklźrjont dezhań komzoł Rabshake.

 

Pennad 37

1  P'en doe klevet kement-se, ar roue Ezekia a rogas e zilhad, en em c'holoas gant ur sac'h hag a yeas e ti an AOTROU.

2  Kas a reas Eliakim mirour ar palez, ha Sebna ar sekretour, hag henaourien a-douez an aberzhourien, goloet gant seier, da gavout Izaia mab Amoz, ar profed.

3  Hag e lavarjont dezhań: Evel-henn e komz Ezekia: An deiz-mań a zo un deiz a enkrez, a gastiz hag a zismegańs, rak ar vugale a zo deuet betek ar poent da vezań ganet, met n'eus ket a nerzh da wilioudiń.

4  Marteze an AOTROU da Zoue en devo klevet komzoł Rabshake, a zo bet kaset gant e vestr roue Asiria da zismegańsiń an Doue bev. Marteze an AOTROU da Zoue a gastizo ar c'homzoł en deus klevet. Gra eta ur bedenn evit an nemorant a zo manet c'hoazh.

5  Servijerien ar roue Ezekia a zeuas eta da gavout Izaia.

6  Izaia a lavaras dezho: Evel-henn e komzot d'ho mestr: Evel-henn e komz an AOTROU: Na'z pez ket aon rak ar c'homzoł ec'h eus klevet, hag o deus va dismegańset drezo servijerien roue Asiria.

7  Setu ez an da lakaat ennań ur spered a seurt ma tistroio d'e vro o vezań klevet un nevezenti bennak. Hag e lakain anezhań da gouezhań dre ar c'hleze en e vro.

8  Rabshake a zistroas hag a gavas roue Asiria oc'h argadiń Libna, rak klevet en doa e oa aet kuit eus Lakish.

9  Klevout a reas ar c'heloł-mań diwar-benn roue Etiopia: Deuet eo evit brezeliń a-enep dit. O vezań klevet kement-se, e kasas kannaded da Ezekia o lavarout:

10  Evel-henn e komzot da Ezekia roue Juda o lavarout: Ra ne douello ket ac'hanout da Zoue en em fiziez ennań o lavarout: Jeruzalem ne gouezho ket etre daouarn roue Asiria.

11  Setu, klevet ec'h eus petra o deus graet rouaned Asiria d'an holl vroioł ha penaos o deus distrujet anezho holl. Ha te a dec'hfe?

12  Doueoł ar broadoł hag a zo bet distrujet gant va zud-kozh, Gozan, Charan, Rezef, mibien Eden a oa e Telasar, ha dieubet o deus anezho?

13  Pelec'h emań roue Hamad, roue Arpad, roue kźr Sefarvaim, Hena pe Ivva?

14  P'en doe resevet Ezekia al lizher eus dorn ar gannaded hag e lennet, e pignas da di an AOTROU; Ezekia a zisplegas anezhań dirak an AOTROU.

15  Hag Ezekia a bedas an AOTROU o lavarout:

16  AOTROU an armeoł, Doue Israel, te hag a zo o chom etre ar cherubined! Te hepken, te eo Doue holl rouantelezhioł an douar, te ac'h eus graet an neńv hag an douar!

17  AOTROU, stou da skouarn ha selaou! AOTROU, digor da zaoulagad ha sell! Selaou holl gomzoł Sankerib, en deus kaset evit dismegańsiń an Doue bev!

18  Gwir eo, AOTROU, penaos rouaned Asiria o deus gwastet an holl vroioł, hag o bro o-unan,

19  ha taolet en tan o doueoł, rak ne oant ket doueoł, met oberennoł daouarn an dud, koad ha mein. Dre-se o deus o distrujet.

20  Bremań eta, AOTROU hon Doue, dieub ac'hanomp eus e zorn, evit ma ouezo holl rouantelezhioł an douar penaos out-te an AOTROU hepken.

21  Izaia mab Amoz a gasas da lavarout da Ezekia: Evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Pedet ec'h eus diwar-benn Sankerib roue Asiria,

22  setu ar gomz en deus disklźriet an AOTROU a-enep dezhań: Disprizań a ra ac'hanout, c'hoarzhin a ra ouzhit, ar werc'hez merc'h Sion. Hejań a ra he fenn war da lerc'h, merc'h Jeruzalem.

23  Piv ac'h eus dismegańset ha goapaet? A-enep piv ec'h eus savet da vouezh, ha douget d'an nec'h da zaoulagad? A-enep Sant Israel eo.

24  Dre da servijerien ec'h eus dismegańset an Aotrou, hag ec'h eus lavaret: Gant niver va c'hirri em eus pignet war lein ar menezioł, war grec'hioł al Liban. Troc'hań a rin e wez-sedrez uhelań hag e wez-siprez kaerań, mont a rin betek e lein diwezhań, betek koadeg ar C'harmel.

25  Toullet em eus puńsoł hag evet dour anezho, disec'het em eus gant solioł va zreid holl wazhioł-dour an Ejipt.

26  Ha ne'c'h eus ket desket penaos em eus kempennet kement-se abaoe pell 'zo? Penaos abaoe an amzerioł koshań em eus graet an diviz-se? Bremań e lakaan an traoł-se d'en em gavout, emaout aze evit lakaat ar c'hźrioł kreńv e bernioł dismantroł.

27  O zud a zo dinerzhet, digalonekaet, spouronet ha mezhek. Deuet int evel geot ar parkeier hag evel ar c'hlasvez tener, evel foenn an toennoł, evel an ed devet a-raok ma vefe stummet e gorz.

28  Met anavezout a ran da chomlec'h, da zont ha da vont, ha da fulor a-enep din.

29  Dre ma'z out fuloret a-enep din, dre m'eo pignet da rogoni da'm divskouarn, lakaat a rin va c'hroched en da fronell ha va gweskenn en da vuzelloł, hag e lakain ac'hanout da zistreiń gant an hent ez out deuet gantań.

30  Ha setu ur sin evidout, Ezekia: Debret e vo er bloaz-mań ar pezh a zeuio anezhań e-unan, hag en eilvet bloavezh ar pezh a gresko hep ma vo hadet, met en trede bloavezh, e hadot hag e vedot, e plantot gwiniennoł hag e tebrot ar frouezh anezho.

31  Hag an nemorant a zo en em dennet e ti Juda a vounto e wrizioł a-zindan hag a roio e frouezh a-us.

32  Rak dont a raio eus Jeruzalem un nemorant bennak, hag eus Menez Sion tud bennak a vo en em dennet. Gwarizi AOTROU an armeoł a raio kement-se.

33  Dre-se evel-henn a lavar an AOTROU diwar-benn roue Asiria: Ne zeuio ket er gźr-mań, ne daolo bir ebet enni, ne lakaio ket ar skoed dirazi, ne savo ket a gae en hec'h enep.

34  Distreiń a raio gant an hent ez eo deuet gantań, ne zeuio ket er gźr-mań, eme an AOTROU.

35  Diwall a rin kźr hag he savetein, abalamour din hag abalamour da Zavid va servijer.

36  Ael an AOTROU a zeuas hag a skoas e kamp an Asiriz, kant pemp mil den ha pevar-ugent. Pa voed savet abred diouzh ar beure, setu, e oa korfoł marv a bep tu.

37  Sankerib roue Asiria a savas e gamp, a yeas kuit hag a zistroas; hag ez eas da chom e Ninive.

38  Evel ma oa oc'h azeuliń e ti Nisrok e zoue, Adrammelek ha Sharezer e vibien a skoas outań gant o c'hleze, hag e tec'hjont kuit da vro Ararad. E vab Esar-Haddon a renas en e lec'h.

 

Pennad 38

1  En amzer-se e voe Ezekia klańv da vervel. Ar profed Izaia mab Amoz a zeuas d'e gavout hag a lavaras dezhań: Evel-henn a lavar an AOTROU: Laka urzh e-barzh da di, rak mont a rez da vervel ha ne vevi ken.

2  Neuze Ezekia a droas e zremm ouzh ar voger hag a bedas an AOTROU,

3  hag e lavaras: O AOTROU, az pez sońj em eus kerzhet dirak da zremm gant fealded ha gant eeunded a galon, hag em eus graet ar pezh a zo dereat da'z taoulagad! Hag Ezekia a skuilhas daeroł e-leizh.

4  Neuze e voe disklźriet komz an AOTROU da Izaia, o lavarout:

5  Kae ha lavar da Ezekia: Evel-henn a lavar an AOTROU, Doue David da dad: Klevet em eus da bedenn, gwelet em eus da zaeroł, setu e lakaan pemzek bloavezh ouzhpenn war da zeizioł.

6  Me a zieubo ac'hanout, te hag ar gźr-mań, diouzh dorn roue Asiria, hag e tiwallin ar gźr-mań.

7  Setu evidout an arouez a-berzh an AOTROU, penaos e peurc'hraio an AOTROU ar gomz en deus disklźriet:

8  Emaon o vont da lakaat da souzań en-adreńv a zek derez skeud an derezioł en deus dija diskennet war horolaj-heol Achaz. Hag e kilas an heol eus dek derez diwar an derezioł en doa dija diskennet.

9  Skrid Ezekia roue Juda, pa voe klańv ha pa voe yac'haet eus e gleńved:

10  Lavarout a raen: Pa'z eo sioul va deizioł, mont a ran betek dorojoł lec'h ar marv, lamet eo diganin an nemorant eus va bloavezhioł.

11  Lavarout a raen: Ne welin ken an AOTROU war zouar ar re vev, ne welin ken den e-touez ar re a zo o chom er bed.

12  Va chomaj a zo lamet diganin evel teltenn ur mesaer, troc'het eo va buhez evel al lien a zistag ar gwiader diouzh ar stern; diouzh ar mintin d'an noz ez po va lamet kuit.

13  Sońjal a raen betek ar beure: evel ul leon, bruzunań a raio va eskern; diouzh ar mintin d'an noz ez po va lamet kuit.

14  Grozmolat a raen evel ar wennili, huanadiń a raen evel ar goulm, va daoulagad a zo aet skuizh o sellout ouzh an nec'h. AOTROU, bec'hiet on, bez va surentez.

15  Petra a lavarin? Komzet en deus ouzhin, hag eń eo en deus henn graet. Kerzhout a rin uvel e-pad va bloavezhioł e c'hwervded va ene.

16  AOTROU, dre eno eo ar vuhez, aze emań buhez va spered. Yac'haat a rez ac'hanon, reiń a rez din da vevań.

17  Va c'hwervded vras a zo troet e peoc'h, karet ec'h eus va ene hag e dennet eus poull an distruj, rak taolet ec'h eus a-drek da gein va holl bec'hedoł.

18  Lec'h ar marv ne veul ket ac'hanout, ar marv n'en em blij ket ennout; ar re a ziskenn er poull ne c'hellont ken gedal da fealded.

19  An hini bev, an hini bev, a veulo ac'hanout, evel ma ran hiziv; an tad a roio da anavezout da fealded d'e vibien.

20  An AOTROU eo va silvidigezh, hag e kanimp war hor binvioł-kerdin holl zeizioł hor buhez e ti an AOTROU.

21  Lavaret en doa Izaia: Ra vo kemeret ur bern fiez, da vezań astennet evel ur palastr war ar gouli, hag e yac'haio.

22  Lavaret en doa Ezekia: Petra a vo da arouez din ma pignin da di an AOTROU?

 

Pennad 39

1  En amzer-se Merodak-Baladan mab Baladan, roue Babilon, a gasas ul lizher gant ur prof da Ezekia, rak en doa gouezet e oa bet klańv hag e oa yac'haet.

2  Ezekia a voe laouen a gement-se, hag e tiskouezas ti e draoł prizius, an arc'hant, an aour, al louzoł-frondus, an eoul prizius, e holl harnezioł, kement en em gave en e deńzorioł. Ne voe netra a gement na ziskouezas ket Ezekia en e di pe en e holl zomani.

3  Hag e teuas ar profed Izaia da gavout ar roue Ezekia, hag e lavaras dezhań: Petra o deus lavaret an dud-se? A-belec'h ez int deuet da'z kavout? Ezekia a respontas: Deuet int da'm c'havout eus ur vro bell, eus Babilon.

4  Neuze e lavaras: Petra o deus gwelet ez ti? Ezekia a respontas: Gwelet o deus kement a zo em zi, n'eus netra em zeńzorioł ha na'm eus ket diskouezet dezho.

5  Neuze Izaia a lavaras da Ezekia: Selaou komz AOTROU an armeoł:

6  Setu e teuio an deizioł ma vo dezouget da Vabilon kement a zo ez ti hag ar pezh o deus da dadoł dastumet en o zeńzorioł betek hiziv. Ne vano netra, eme an AOTROU.

7  Kemeret e vo zoken eus da vibien, eus ar re deuet ac'hanout, bet ganet ac'hanout, evit bezań eunuked e palez roue Babilon.

8  Neuze Ezekia a lavaras da Izaia: Komz an AOTROU ac'h eus disklźriet a zo mat. Hag e lavaras: Bez' e vo peoc'h ha surentez e-pad va deizioł.

 

Pennad 40

1  Frealzit, frealzit va fobl, eme ho Toue.

2  Komzit ouzh Jeruzalem hervez he c'halon, ha youc'hit dezhi ez eo echuet hec'h amzer a vrezel, ez eo pardonet he direizhder, hag he deus bet digant dorn an AOTROU div wech ar poan eus he mankoł.

3  Ur vouezh a gri el lec'h distro: Kempennit hent an AOTROU, grit eeun ur wenodenn er blaenenn evit hon Doue;

4  pep traonienn a vo leuniet, pep menez ha pep krec'hienn a vo izelaet, al lec'hioł gwariet a vo eeunaet, al lec'hioł torgennek a zeuio da vezań plaenennoł;

5  gloar an AOTROU a vo diskuliet, ha pep kig war un dro a welo anezhań, rak genoł an AOTROU en deus komzet.

6  Ur vouezh a lavar: Youc'h! Hag e voe respontet: Petra a youc'hin? Pep kig a zo evel ar geot, hag e holl gaerded evel bleuńv ar parkeier.

7  Ar geot a zisec'h hag ar bleuńv a gouezh, pa dremen warno Spered an AOTROU; a-dra-sur, evel geot eo ar bobl.

8  Ar geot a zisec'h hag ar bleuńv a gouezh, met komz an AOTROU a chom da virviken.

9  Pign war ur menez uhel, te hag a embann keloł mat da Sion, sav da vouezh gant nerzh, te hag a embann keloł mat da Jeruzalem, sav anezhi, na'z pez ket aon, lavar da gźrioł Juda: Setu ho Toue!

10  An Aotrou AOTROU a zeuio gant galloud, ren a raio dre nerzh e vrec'h, e c'hopr a vo gantań, hag e oberennoł dirazań.

11  Peuriń a raio e zeńved evel ur mesaer, dastum a raio e oaned gant e zivrec'h, dougen a raio anezho en e varlenn, ren a raio a re a ro da zenań.

12  Piv en deus muzuliet gant e voz an doureier? Piv en deus mentet gant ar rahouenn an neńvoł? Piv en deus dastumet en ur muzul poultr an douar? Piv en deus pouezet er c'hroched ar menezioł, hag ar c'hrec'hioł gant ar valańs?

13  Piv en deus mentet Spered an AOTROU? Piv a zo bet e guzulier, evit e gelenn?

14  Digant piv en deus kemeret kuzul? Piv en deus roet skiant dezhań? Piv en deus kelennet dezhań hent ar varnedigezh, kelennet dezhań an anaoudegezh, diskouezet dezhań gwenodenn ar poell?

15  Emań ar broadoł evel ur banne o teverań eus ur sailh, kontet int evel ur boultrenn en ur valańs; an inizi a zo sammedet evel traołigoł munut.

16  Ne vefe ket a-walc'h eus al Liban evit an tan, ha ne vefe ket a-walc'h eus al loened evit al loskaberzh.

17  An holl vroadoł a zo evel netra dirazań; evitań ez int kontet evel mann ha distumm.

18  Ouzh piv ec'h hańvalot Doue? Gant peseurt heńveledigezh e keńveriot anezhań?

19  Ar micherour a deuz ur skeudenn gizellet, an orfebour a wisk anezhi gant aour hag a ra dezhi chadennoł arc'hant.

20  An hini re baour evit kinnig kalz a zibab ur c'hoad divreinus hag a glask ur micherour ijinus, evit ober ur skeudenn gizellet na fińvo ket.

21  Ha n'hoc'h eus ket a anaoudegezh? Ha n'hoc'h eus ket klevet? Ha n'eo ket bet lavaret deoc'h adalek ar penn kentań? Ha n'hoc'h eus ket komprenet diazezadenn an douar?

22  Eń eo an hini a zo azezet dreist boul an douar, ma'z eo ar re a zo o chom ennań evel kilheien-raden. Eń eo an hini a astenn an neńvoł evel ur ouel, hag o displeg evel un deltenn da chom enni.

23  Eń eo an hini a gas ar brińsed da netra, hag a laka da vezań evel mann barnerien an douar.

24  A-boan ma'z int plantet, a-boan ma'z int hadet, a-boan ma'z eo en em wriziennet en douar o c'hef, ma c'hwezh warno hag e tisec'hont, hag ar barr-amzer o c'has kuit evel plouz.

25  Ouzh piv ec'h hańvalot ac'hanon, da biv e vin par? eme ar Sant.

26  Savit ho taoulagad d'an nec'h ha sellit: Piv en deus krouet an traoł-se? An hini a laka o armeoł da vont er-maez gant urzh; gervel a ra anezho holl dre o anv, evel-se eo braster e c'halloud hag e nerzh kreńv, ken na vank ket unan.

27  Perak e lavarez, Jakob, perak e komzez evel-henn, Israel: Kuzhet eo va hent ouzh an AOTROU, diverz eo va barnedigezh gant va Doue?

28  Ha n'ouzout ket? Ha ne'c'h eus ket e glevet? An AOTROU eo an Doue peurbadus, an hini en deus krouet pennoł an douar; n'eo na skuizh na faezh, ha ne c'heller ket furchal e skiant.

29  Reiń a ra nerzh d'an hini a zo skuizh, kreskiń a ra kreńvder an hini dic'halloud.

30  Ar grennarded en em skuizh hag en em faezh, an dud yaouank a vrańsell hag a gouezh,

31  met ar re a zo en gortoz eus an AOTROU a nevesa o nerzh, divaskell a zeu dezho evel d'an erered; redek a reont ha ne skuizhont ket, kerzhout a reont ha ne faezhont ket.

 

Pennad 41

1  Inizi, tavit evit va selaou, ra gemero ar pobloł nerzhoł nevez, ra dostaint ha ra gomzint! Tostaomp a-gevret evit ar varnedigezh.

2  Piv en deus lakaet da sevel eus ar sav-heol an hini emań ar reizhder oc'h heuliań e gammedoł? Piv en deus roet dezhań ar broadoł ha lakaet anezhań da ren war ar rouaned? Lakaet en deus anezho evel poultr gant e gleze, hag evel plouz o nijal gant e wareg.

3  Redet en deus war o lerc'h, hag e tremen e peoc'h dre un hent n'en doa biskoazh aet e dreid warnań.

4  Piv en deus graet ha sevenet an traoł-se, ha galvet ar rummadoł adalek ar penn-kentań? Me, an AOTROU, me a zo ar c'hentań ha me a zo gant ar re ziwezhań.

5  An inizi o deus gwelet hag o deus bet aon. Pennoł an douar o deus krenet, tostaet o deus, deuet int.

6  Sikouret en deus an eil egile, pep hini en deus lavaret d'e vreur: Kalon vat dit!

7  An engraver a galoneka an orfebour, an hini a lufr gant ar morzhol a galoneka an hini a sko war an annev, hag a lavar diwar-benn ar soudeür: Mat eo! Hag e stag al labour gant tachoł, evit na fińv ket.

8  Met te, Israel va servijer, Jakob am eus dibabet, gouenn Abraham va c'haret-mat,

9  te hag am eus kemeret eus pennoł an douar hag am eus galvet eus al lec'hioł pellań, te hag am eus lavaret dit: Te eo va servijer, da zibabet em eus, ne'm eus ket da zistaolet.

10  Na'z pez ket aon, rak me a zo ganit, na sellez ket nec'het, rak me eo da Zoue; da nerzhań a rin, da sikour a rin, da zerc'hel a rin gant dorn dehou va reizhder.

11  Ar re holl a gounnare ouzhit a vo mezhek ha pinous; kaset e vint da netra hag ez aint da goll, ar re a stourm a-enep dit.

12  O c'hlask a ri ha n'o c'havi ket; ar re a c'hourdrouze ac'hanout a vo kaset da netra hag a zeuio da vezań evel mann ebet.

13  Rak me eo an AOTROU da Zoue, me a grogin ez torn dehou, hag e lavarin dit: Na'z pez ket aon, da sikour a rin.

14  Na'z pez ket aon, preńvig Jakob, nemorant eus Israel, da sikour a rin, eme an AOTROU, Sant Israel eo da zasprener.

15  Setu ma ran ur freuz lemm nevez-flamm evidout, gant bizied; mac'hań a ri ar menezioł, o bruzunań a ri, hag e lakai ar c'hrec'hioł da vezań heńvel ouzh pell.

16  O gwentań a ri, an avel o c'haso anezho, ar barr-amzer o stlabezo. Ha te en em laouenaio en AOTROU, hag e kavi da c'hloar e Sant Israel.

17  An ezhommeien hag ar beorien a glask dour, ha n'eus ket; o zeod a zo disec'het gant an itik. Me an AOTROU o selaouo. Me Doue Israel ne zilezin ket anezho.

18  Lakaat a rin stźrioł war al lec'hioł uhel, ha mammennoł e-kreiz an traoniennoł. Treiń a rin an distro e stank-dour, hag an douar sec'h e stivelloł.

19  Plantań a rin en distro gwez-sedrez, kasia, meurta, gwez-olivez, lakaat a rin el lec'hioł difrouezh gwez-siprez, tilh ha beuz a-gevret,

20  evit ma welint ha ma ouezint, ma eveshaint ha ma komprenint holl, ez eo dorn an AOTROU en deus graet an traoł-se, hag ez eo Sant Israel en deus krouet anezho.

21  Tostait da zifenn ho kaoz, eme an AOTROU, diskouezit ho prouennoł, eme roue Jakob.

22  Ra ziskouezint anezho, ra zisklźrint deomp ar pezh a dle c'hoarvezout, ra zisklźrint petra 'zo deuet da vezań an traoł kentań, evit ma taolimp evezh outo ha ma'c'h anavezimp o diwezh; lakait ac'hanomp da glevout an traoł da zont,

23  disklźrit an traoł en em gavo diwezhatoc'h, hag e ouezimp ez oc'h doueed; grit mat pe drouk, hag e welimp, hag ec'h eveshaimp a-gevret.

24  Setu ez oc'h nebeutoc'h eget netra, hag ar pezh a rit n'eo mann ebet. Un euzhusted eo en em blijout ennoc'h.

25  E savet em eus eus an hanternoz hag e teuio; eus ar sav-heol e c'halvo va anv, kerzhout a raio war ar brińsed evel war ar fank, evel ma vac'h ar poder ar pri.

26  Piv en deus henn disklźriet adalek ar penn-kentań evit m'henn goufemp? Piv en deus henn lavaret en a-raok, ma lavarfemp: Reizh eo? Met den n'en deus henn disklźriet, den nen deus roet d'henn klevout, den n'en deus klevet ho kerioł.

27  Me eo an hini kentań o lavarout da Sion: Setu int-i amań! Setu int-i amań! Hag e roin da Jeruzalem ur c'hannad a geloł mat.

28  Sellet em eus ha ne oa den, kuzulier ebet en o zouez evit respont pa c'houlennan.

29  Setu n'int holl nemet moged, o oberennoł n'int nemet netra, o idoloł a zo avel ha disneuz.

 

Pennad 42

1  Setu va servijer a skoazellan, an hini am eus dibabet, ennań va ene a gemer plijadur. Lakaet em eus va spered warnań, hag ec'h embanno ar varnedigezh d'ar broadoł.

2  Ne grio ket, ne savo ket e vouezh, n'he roio ket da glevout er straedoł.

3  Ne frigaso ket ar raosklenn dorret, ne vougo ket al lutigenn a zivoged c'hoazh, hag ec'h embanno ar varnedigezh gant gwirionez.

4  Ne zilezo ket ha ne blego ket, ken n'en devo lakaet ar varnedigezh war an douar; hag an inizi a zo en gortoz eus e lezenn.

5  Evel-henn e komz Doue an AOTROU, eń hag en deus krouet an neńvoł hag astennet anezho, kompezet an douar ha kement a zeu dioutań, roet alan d'ar bobl a zo warnań, ha spered d'ar re a gerzh warnań:

6  Me an AOTROU am eus da c'halvet evit ar reizhder; kregiń a rin ez torn, da ziwall a rin, me a raio dit bezań un emglev d'ar bobl, ur sklźrijenn d'ar broadoł,

7  evit digeriń daoulagad an dalled, evit tennań eus ar prizon ar re zalc'het hag eus an toull-bac'h ar re a zo o chom en deńvalijenn.

8  Me eo an AOTROU, hennezh eo va anv, ne roin ket va gloar da unan all, na va meuleudi d'ar skeudennoł kizellet.

9  Setu, c'hoarvezet eo an traoł kentań hag e tisklźrian reoł nevez, hag o roan deoc'h da glevout a-raok m'en em gavint.

10  Kanit d'an AOTROU ur ganaouenn nevez, kanit e veuleudi eus pennoł an douar, c'hwi hag a ziskenn d'ar mor ha kement a zo ennań, inizi hag o zud!

11  Ra savo o mouezh an distro hag e gźrioł, hag ar c'hźriadennoł m'emań o chom Kedar enno! Ra gano tud ar reier gant levenez! Ra vo laosket kriadennoł a levenez eus lein ar menezioł!

12  Ra vo roet gloar d'an AOTROU, ha ra vo embannet e veuleudi en enezi!

13  An AOTROU a zeu er-maez evel un den kreńv, atizań a ra e c'hred evel un den a vrezel, leuskel a ra kriadennoł ha youc'hadennoł, trec'hiń a ra war e enebourien.

14  Chomet on dilavar abaoe pell, chomet on sioul, en em zalc'het on; krial a rin evel ur vaouez o wilioudiń, mougań ha dianalań a rin war un dro.

15  Emaon o vont da freuzań menezioł ha krec'hiennoł, ha da zisec'hań o holl c'hlasvez, treiń a rin ar stźrioł e douar start, disec'hań a rin ar stankoł.

16  Lakaat a rin an dalled da gerzhout dre un hent n'anavezont ket, o renin dre wenodennoł dianav dezho, dirazo e trein an deńvalijenn e sklźrijenn, an traoł kamm e traoł eeun; kement-se a rin dezho, ha ne zilezin ket anezho.

17  Mont a ra war-dreńv ha goloet eo a vezh ar re a fizi er skeudennoł kizellet, hag a lavar d'ar skeudennoł teuzet: C'hwi eo hon doueoł!

18  Bouzared, selaouit! Dalled, sellit ha gwelit!

19  Piv a zo dall nemet va servijer? Piv a zo bouzar evel ar c'hannad am eus kaset? Piv a zo dall evel an hini a voe leuniet a vadoł, dall evel servijer an AOTROU?

20  Gwelout a rit kalz a draoł met ne daolit ket evezh, ho tivskouarn a zo digor met ne glevit netra.

21  An AOTROU en em blij ennań en abeg d'e reizhder; hag e kanmeulo al lezenn a zo bras hag enorus.

22  Ha setu ur bobl preizhataet ha diwisket; emaint holl chadennet e toulloł, kuzhet e toulloł-bac'h; deuet int da vezań ur preizh ha nikun na zieub anezho, un diwisk ha den na lavar: Daskor!

23  Piv ac'hanoc'h a roio e skouarn da gement-mań, da selaou ha da glevout evit an amzer da zont?

24  Piv en deus roet Jakob da vezań diwisket, hag Israel d'ar preizhadeg? Ha n'eo an AOTROU, hon eus pec'het a enep dezhań? Rak n'eo ket bet fellet deomp heuliań e hentoł, na sentiń ouzh e lezenn.

25  Skuilhet en deus warnań e gounnar entanet ha feulster ar brezel, hag e voe tan a bep tu en-dro dezhań met n'en deus ket komprenet, devet eo bet met n'en deus ket taolet evezh.

 

Pennad 43

1  Evel-henn e komz an AOTROU, an hini en deus da grouet, o Jakob, an hini en deus da stummet, o Israel! Na'z pez ket aon, rak da zasprenet em eus, da c'halvet em eus dre da anv, din-me out.

2  Pa dreuzi an doureier e vin ganit, ar stźrioł ne c'holoint ket ac'hanout. Pa gerzhi dre an tan ne vi ket devet, hag ar flamm ne guzumo ket ac'hanout.

3  Rak me eo an AOTROU da Zoue, Sant Israel, da Salver, roet em eus an Ejipt evit da zaspren, Etiopia ha Seba ez lec'h.

4  Peogwir ez out prizius dirak va daoulagad, hag ez out bet enoret, hag e karan ac'hanout, e roin tud evidout, ha pobloł evit da vuhez.

5  Na'z pez ket aon, rak me a zo ganit. Degas a rin da rummad eus ar sav-heol, dastum a rin da lignez eus ar c'huzh-heol.

6  Lavarout a rin d'an hanternoz: Ro! ha d'ar c'hreisteiz: Na zalc'h ket! Degas va mibien eus ar broioł pell, ha va merc'hed eus pennoł an douar,

7  ar re holl a zo anvet dre va anv, ar re am eus krouet evit va gloar, ar re am eus stummet ha graet.

8  Ra vo lakaet da zont er-maez ar bobl dall hag o deus daoulagad, ar re vouzar hag o deus divskouarn.

9  Ra vo dastumet an holl vroadoł a-gevret, ra vo bodet ar pobloł. Piv en o zouez en deus disklźriet kement-se? Piv en deus lakaet da glevout an traoł tremenet? Ra zegasint o zestoł, ra en em reishaint, ra vint klevet, ra vo lavaret: Ar wirionez eo!

10  C'hwi a zo va zestoł, eme an AOTROU, gant va servijer am eus dibabet, evit anavezout, krediń ha kompren, ez on me an hini hag a zo. N'eus ket bet a zoue graet a-raok din, ha ne vo ket war va lerc'h.

11  Me eo, me eo an hini a zo an AOTROU, n'eus salver ebet estregedon.

12  Me eo an hini en deus disklźriet, saveteet, roet da anavezout, ha n'eus ket bet en ho touez un doue estren. C'hwi a zo va zestoł, eme an AOTROU, penaos on-me Doue.

13  A-raok ma voe un deiz, me a oa, ha den ne c'hell saveteiń eus va dorn. Ober a ran, ha piv a c'hello dizober?

14  Evel-henn e komz an AOTROU, ho tasprener, Sant Israel: Abalamour deoc'h em eus kaset tud a-enep Babilon, ha lakaet anezho holl da vezań tec'hidi, ha youc'h ar Galdeiz a zo klevet war al listri.

15  Me eo an AOTROU, ho Sant, krouer Israel, ho Roue.

16  Evel-henn e komz an AOTROU, an hini en deus digoret un hent er mor, hag ur wenodenn a-dreuz an doureier galloudus,

17  an hini en deus kaset er-maez kirri ha kezeg, un arme ha brezelourien greńv, evit bezań gourvezet a-gevret hep en em sevel ken, evit bezań mouget, lazhet evel ul lutigenn.

18  N'ho pet ken sońj eus an traoł tremenet, n'eveshait ken ouzh an amzer gozh.

19  Setu ez an d'ober un dra nevez, emań bremań o vleuniań, ha n'anavezit ket? Lakaat a rin un hent en distro, ha stźrioł el lec'h didud.

20  Loened ar parkeier a roio gloar din, gant an aourgon hag ar struskańvaled, dre ma em bo lakaet doureier en distro, ha stźrioł el lec'h didud, evit reiń da evań da'm fobl, va re zibabet.

21  Stummet em eus ar bobl-mań, hag e tisklźrio va meuleudi.

22  Met ne'c'h eus ket va galvet, o Jakob! Skuizhet out ganin, o Israel!

23  Ne'c'h eus ket kinniget din oaned da loskaberzhoł, ne'c'h eus ket va enoret gant da aberzhoł, ne'm eus ket trubuilhet ac'hanout evit profoł, ne'm eus ket skuizhet ac'hanout evit ezańs,

24  Ne'c'h eus ket prenet din, evit arc'hant, korz-frondus, ne'c'h eus ket leuniet ac'hanon gant druzoni da aberzhoł, met va bec'hiet ec'h eus en abeg da'z pec'hedoł, va skuizhet ec'h eus gant da zireizhder.

25  Me eo an hini a ziverk da zisentidigezh abalamour din-me, ha ne'm bo ken sońj eus da bec'hedoł.

26  Degas sońj din, divizomp a-gevret, gra da gont evit bezań reishaet.

27  Da dad kentań en deus pec'het, da gelennerien a zo en em savet a-enep din,

28  dre-se em eus lakaet pennoł ar santual da zic'hlan, Jakob da verz, hag Israel d'an dismegańs.

 

Pennad 44

1  Ha bremań selaou, o Jakob va servijer, hag Israel am eus dibabet!

2  Evel-henn e komz an AOTROU, an hini en deus da graet ha stummet adalek kof da vamm, an hini a zo da sikour: Na'z pez ket aon, o Jakob va servijer, ha Jeshurun am eus dibabet!

3  Skuilhań a rin doureier war an hini en deus sec'hed, ha stźrioł war an douar disec'h. Skuilhań a rin va Spered war da lignez, ha va bennozh war da ziskennidi.

4  Hag e kreskint evel pa vefent e-kreiz ar geot, evel haleg a-hed an dour o redek.

5  Unan a lavaro: Me a zo d'an AOTROU. Unan all a lavaro: Me a zo da Jakob. Unan all a skrivo gant e zorn: D'an AOTROU, hag e vo lesanvet dre anv Israel.

6  Evel-henn e komz an AOTROU, Roue Israel hag e zasprener, AOTROU an armeoł: Me eo ar c'hentań ha me eo an diwezhań, ha n'eus Doue all ebet estregedon.

7  Piv a laka e vouezh da glevout eveldon abaoe ma em eus diazezet ar bobl gozh? Ra en disklźrio ha ra en prouo. Ra gemenno an amzer da zont hag an traoł a dle c'hoarvezout.

8  N'ho pet ket aon ha na vezit ket spontet. Ha ne'm eus ket e roet da anavezout dit ha kemennet abaoe pell 'zo? C'hwi a zo va zestoł: Hag-eń ez eus un doue estregedon? N'eus ket ur roc'h all, n'anavezan ket unan all.

9  Oberourien ar skeudennoł kizellet n'int holl nemet netra, hag o oberennoł kaerań ne servijont da vann ebet. Int o-unan a zo testoł a gement-se dezho: ne welont ket ha n'anavezont ket, evit ma vint mezhek.

10  Piv en deus doareet un doue ha teuzet ur skeudenn gizellet, evit tremen hep kaout gounid ebet?

11  Setu ma vo mezhek e holl genlabourerien, rak an oberourien-se n'int nemet tud. Ra en em zastumint ha ra en em ziskouezint holl, spouronet ha mezhekaet e vint holl!

12  Ar gov a gemer ur vouc'hal, hag e labour gant glaou. Doareań a ra gant morzholioł, labourat a ra dre nerzh e vrec'h, kement m'en deus naon hag ma'z eo dinerzh, n'ev ket a zour hag eo faezh.

13  Ar c'halvez a astenn ur gordenn. Tresań a ra gant ur gleizenn, stummań a ra gant ur gizell, merkań a ra gant ur c'helc'hier, da reiń evel dremm un den, e doare kaer a zen, evit ma vo o chom en ti.

14  Troc'hań a ra sedrez, hag e kemer ur wezenn-siprez pe un dervenn en deus dibabet e-touez gwez ar goadeg. Plantań a ra ur wezenn, hag ar glav a laka anezhi da greskiń.

15  Hag e servijint d'an den da zeviń; kemer a raio diouto evit en em dommań; ganto ec'h enaouo tan evit poazhań bara; ober a ra ivez un doue diouto evit e azeuliń, ur skeudenn gizellet evit stouiń dirazi.

16  An hanter anezho a zev en tan; gant an hanter-se e fich e gig, e ra ur rost hag en deus e walc'h; en em dommań a ra ivez hag e lavar: Mat! en em dommań a ran, gwelout a ran ar flamm!

17  Ha gant ar peurrest e ra un doue, e skeudenn gizellet, hag e stou dirazi, ec'h azeul anezhi, e ped anezhi en ur lavarout: Dieub ac'hanon, rak va doue out.

18  N'anavezont ha ne gomprenont netra. Goloet eo o daoulagad ha ne c'hellont ket gwelout, o c'halon ha ne c'hellont ket kompren.

19  Hini ebet ned a ennań e-unan, den n'en deus anaoudegezh pe skiant evit lavarout: An hanter anezho am eus devet en tan, poazet em eus bara war ar glaou, rostet em eus kig hag e zebret em eus; daoust hag e rin un euzhusted gant an nemorant? Hag e stouin dirak un tamm koad?

20  Emań o peuriń ludu, dianket eo gant e galon douellet, ne c'hell na dieubiń e ene na lavarout: Ha ne vefe ket ur gaou a zalc'han em dorn?

21  O Jakob, o Israel, az pez sońj a gement-mań! Rak va servijer ez out. Da stummet em eus evit bezań va servijer, o Israel! Ne vi ket ankounac’haet ganin.

22  Diverket em eus da zrougoberoł evel ur goabrenn deńval, ha da bec'hedoł evel ur goumoulenn. Distro davedon, rak da zasprenet em eus.

23  Kanit, o neńvoł! Rak an AOTROU en deus graet e oberenn. Youc'hit, o donderioł an douar! Laoskit kriadennoł a levenez, o menezioł, koadegoł hag holl wez a zo enno! Rak an AOTROU en deus dasprenet Jakob ha diskouezet e c'hloar en Israel.

24  Evel-henn e komz an AOTROU, da zasprener, an hini en deus da stummet adalek ar c'hof: Me eo an AOTROU, an hini a ra an holl draoł, an hini en deus astennet an neńvoł ha kompezet an douar, eń e-unan.

25  Me a ra c'hwitań arouezioł ar c'haouiaded, me a laka da ziskiantaat an divinourien, me a ra kilań ar re fur, me a dro o anaoudegezh da follentez,

26  me a starta komz va servijer, me a beurc'hra kuzul va c'hannaded, me a lavar da Jeruzalem: Tud a vo o chom ennout, ha da gźrioł Juda: Savet e viot en-dro, adsavet e vo ho tismantroł glac'haret,

27 me a lavar d'an donder: Disec'het e vi, da stźrioł a gasin da hesk,

28  me a lavar diwar-benn Kiruz: Va mesaer eo, kas a raio da benn va holl youl, lavarout a raio da Jeruzalem: Adsavet e vi, ha d'an templ: Diazezet e vi.

 

Pennad 45

1  Evel-henn e komz an AOTROU ouzh e olevad, ouzh Kiruz, an hini am eus kroget en e zorn dehou, evit mestroniań dirazań ar broadoł, evit dizeren gourizoł ar rouaned, evit digeriń dirazań an dorojoł, hag an dorojoł ne vint ket serret:

2  Mont a rin dirazout, hag ec'h eeunin an tosennoł, e torrin an dorojoł arem, e frikin ar sparloł houarn.

3  Reiń a rin dit an teńzorioł kuzhet, ar pinvidigezhioł ar muiań skoachet, evit ma'c'h ouezi ez on-me an AOTROU, an hini a c'halv ac'hanout dre da anv, me Doue Israel.

4  Abalamour da garantez Jakob va servijer, ha da Israel am eus dibabet, da c'halvet em eus dre da anv, da anvet pa n'anavezes ket ac'hanon.

5  Me eo an AOTROU, n'eus ket unan all, n'eus doue ebet estregedon. Da c'hourizet em eus pa n'anavezes ket ac'hanon,

6  evit ma vo gouezet eus ar sav-heol betek ar c'huzh-heol n'eus hini ebet estregedon. Me eo an AOTROU, n'eus ket unan all.

7  Me a stumm ar sklźrijenn, me a grou an deńvalijenn, me a ra an eurvad, me a grou ar gwalleur, me an AOTROU a ra kement-se.

8  Neńvoł, skuilhit ar glizh eus an nec'h, ra lakaio ar c'houmoul da zeverań ar reizhder, ra zigoro an douar da zougen frouezh ar silvidigezh, ra ziwano ar reizhder ganti! Me an AOTROU a grou kement-se.

9  Gwalleur d'an hini a glemm a-enep e grouer, pa'z eo ur pod e-touez ar podoł-pri; met ar pri, hag e lavaro d'ar poder: Petra a rez? Pebezh labour! Ha ne'c'h eus ket daouarn?

10  Gwalleur d'an hini a lavar d'e dad: Perak ec'h engehentez? ha d'e vamm: Perak e c'hanez?

11  Evel-henn e komz an AOTROU, Sant Israel hag e grouer: Hag e goulennatit ac'hanon diwar-benn an traoł da zont? Hag e roit din urzhioł diwar-benn va mibien ha labour va daouarn?

12  Me eo am eus graet an douar ha krouet an den warnań, me eo am eus astennet an neńvoł gant va daouarn ha roet al lezenn d'o arme,

13  me eo am eus savet hemań gant reizhder ha plaenaet e holl hentoł. Eń a adsavo va c'hźr hag a gaso en-dro va re zalc'het, hep resev paeamant na donezon, eme AOTROU an armeoł.

14  Evel-henn e komz an AOTROU: Labour an Ejipt, gounid an Etiopia, ar re ventek eus Seba, a dremeno etrezek ennout hag a vo dit. Kerzhout a raint war da lerc'h, hag e tremenint chadennet, hag en em stouint dirazout, hag ec'h aspedint ac'hanout: Doue n'en em gav nemet ganit, n'eus doue all ebet.

15  A-dra-sur te eo an Doue hag en em guzh, Doue Israel, ar Salver.

16  Holl int mezhek ha pinous. Mont a reont kuit a-unvan gant mezh, an oberourien idoloł.

17  Israel a zo salvet dre an AOTROU, gant ur silvidigezh peurbadus. Ne viot na mezhek na pinous, biken.

18  Rak evel-henn e komz an AOTROU, an hini en deus graet an neńvoł, eń an Doue en deus stummet an douar, hag e c'hraet hag e ziazezet, ha n'eo ket bet graet evit bezań goullo met stummet evit kaout annezidi: Me eo an AOTROU, n'eus ket unan all.

19  Ne'm eus ket komzet e kuzh, nag en ul lec'h teńval eus an douar, ne'm eus ket lavaret da lignez Jakob: Va c'hlaskit en aner. Me eo an AOTROU, an hini a zisklźr ar pezh a zo reizh hag a gemenn ar pezh a zo eeun.

20  En em zastumit ha deuit, tostait a-unvan, c'hwi hag a zo en em dennet eus ar broadoł. N'anavezont netra ar re a zoug koad o skeudenn gizellet, hag a gas o fedenn d'un doue na savete ket.

21  Disklźriit, lakait anezho da zont, en em guzuilhit kenetrezoc'h! Piv en deus roet da glevout an traoł-se abaoe ar penn-kentań, hag en deus o disklźriet abaoe pell 'zo? Ha n'eo ket me, an AOTROU? N'eus doue all ebet estregedon. Un Doue reizh hag a salv, n'eus ket unan all estregedon.

22  En em droit ouzhin hag e viot salvet, c'hwi holl pennoł an douar, rak me a zo Doue ha n'eus ket unan all.

23  Touet em eus drezon va-unan, hag ar gomz deuet eus va genoł a zo gwirion, ne vo ket torret: Pep glin a blego ha pep teod a douo dirazon.

24  Lavaret e vo ac'hanon: Ar reizhder hag an nerzh a zo d'an AOTROU hepken. Dezhań e teuio, mezhekaet, ar re holl a oa kounnaret outań.

25  Gant an AOTROU e vo reishaet holl lignez Israel, hag e kavint gloar ennań.

 

Pennad 46

1  Bel a bleg, Nebo a stou, o idoloł a ya war gein loened, war loened-samm. An traoł a zougec'h a zo deuet da vezań ur bec'h, ur samm d'al loened divi.

2  Stouiń ha plegań a reont a-gevret, ne c'hellont ket saveteiń ar samm, int o-unan a ya d'ar sklavelezh.

3  Selaouit ouzhin, ti Jakob, ha c'hwi holl nemorant ti Israel; en em vec'hiet on ac'hanoc'h adalek ar c'hof, ho touget em eus abaoe ar mammog.

4  Betek ho kozhni e chomin an hevelep hini, betek ho kozhni gwenn e skoazellin ac'hanoc'h. Graet em eus kement-se dija, hag ho tougin c'hoazh, ho skoazellin hag ho tieubin.

5  Ouzh piv va hańvalot ha da biv em lakaiot kevatal? Ouzh piv va c'heńveriot, evit ma vijemp heńvel?

6  Skuilhań a reont aour eus o yalc'h hag e pouezont arc'hant gant ar valańs, paeań a reont ur orfebour d'ober un doue, hag ec'h azeulont anezhań hag e stouont dirazań.

7  E zougen a reont, en sammont war o skoaz, en lakaont en e lec'h, hag e chomo eno hep fińval eus e lec'h. Goude e youc'hint dezhań, met ne responto ket ha ne saveteo ket eus an estrenvan.

8  Ho pet sońj eus an traoł-mań ha bezit gwazed! Degasit anezho da sońj d'ho kalonoł, pec'herien!

9  Ho pet sońj eus traoł kentań an amzer gozh, rak me a zo Doue ha n'eus ket un doue all, n'eus hini ebet eveldon.

10  Me a zisklźr an diwezh adalek ar penn-kentań, hag an dazont abaoe pell. Me a lavar: Va mennad a zalc'ho, hag e rin kement a fell din.

11  Me a c'halv eus ar sav-heol al labous-preizh, hag eus un douar pell den va c'hoantoł. Ar pezh a lavaran a lakaan d'en em gavout, hag ar pezh a ijinan a sevenan.

12  Selaouit ouzhin, tud kaledet a galon ha pellaet diouzh ar reizhder!

13  Lakaat a ran va reizhder da dostaat, n'emań ket pell, va silvidigezh ne zaleo ket. Lakaat a rin e Sion va silvidigezh hag en Israel va gloar.

 

Pennad 47

1  Diskenn hag azez er boultrenn, gwerc'hez merc'h Babilon, azez d'an douar, hep tron, merc'h ar Galdeiz, rak ne vi ken anvet: Tener ha plijus.

2  Kemer ar mein-milin ha mal bleud, distag da ouel, trońs da vrozh, dizolo da zivesker, tremen er stźrioł.

3  Da noazhder a vo dizoloet, ha da vezh a vo gwelet. Me a denno veńjańs, ha n'espernin den.

4  Hon Dasprener a zo anvet AOTROU an armeoł, Sant Israel.

5  Azez sioul, tec'h en deńvalijenn, merc'h ar Galdeiz, rak ne vi ken anvet pennrouanez ar rouantelezhioł.

6  Kounnaret e oan a-enep va fobl, disakret em eus va hźrezh, o lakaet em eus etre da zaouarn, ne'c'h eus ket bet truezus en o c'heńver, lakaet ec'h eus da yev da bouezań pounner war an den kozh,

7  ha lavaret ec'h eus: Me a vo pennrouanez da virviken! Ha ne'c'h eus ket taolet evezh, na sońjet diwar-benn diwezh an traoł-mań.

8  Bremań eta selaou kement-mań, te an hini blijus a zo o chom disoursi, hag a lavar ez kalon: Me ha nikun all ebet; ne zeuin ket da vezań intańvez, n'anavezin ket kańvoł a vugale!

9  Dont a raio warnout an daou dra-se, en ur pennad hag en un hevelep deiz: kańvoł a vugale hag intańvelezh. Dont a raint warnout en leun, en abeg da niver bras da strobinelloł, hag en abeg da c'halloud da achanterezh.

10  En em fiziet out ez trougiezh, ha lavaret ec'h eus: Den ne wel ac'hanon. Da furnez ha da anaoudegezh o deus da douellet, hag ec'h eus lavaret en da galon: Me, ha nikun all ebet.

11  Ar gwalleur a zeuio warnout, ha na'z po ket gwelet e zegouezhout. Ne c'helli ket distreiń ar glac'har a gouezho warnout, hag an distruj a zeuio warnout trumm, hep gouzout dit.

12  En em zalc'h eta gant da achanterezh ha gant niver bras da strobinelloł, ez out en em skuizhet ganto adalek da yaouankiz. Marteze e c'helli tennań gounid diouto, marteze e teui da vezań spontus.

13  Skuizhet out bet gant kement a guzulioł. Ra en em ziskouezo ar re a c'houlenn ouzh an neńvoł, a evesha ouzh ar stered, a ro da c'houzout da bep loar nevez, ra zieubint ac'hanout eus ar pezh a ya da c'hoarvezout ganit.

14  Setu deuet int evel plouz, an tan a zev anezho, ne zieubint ket o ene eus galloud ar flamm, ne vo ket regez evit en em dommań, nag un tan evit azezań dirazań.

15  Evel-se e vo evidout ar re a boanies ganto, ar re ez out en em skuizhet ganto adalek da yaouankiz; kerzhout a reont pep hini diouzh e du, n'eus den da saveteiń ac'hanout.

 

Pennad 48

1  Selaouit, ti Jakob, c'hwi hag a zo galvet dre anv Israel, hag a zo deuet eus mammenn Juda, c'hwi hag a dou dre anv an AOTROU, hag a veul Doue Israel, met n'eo ket hervez ar wirionez hag ar reizhder.

2  Rak e kemeront anv ar gźr santel, hag en em harpont war Doue Israel, a zo e anv: AOTROU an armeoł.

3  Disklźriet em eus abaoe pell 'zo an traoł kentań, deuet int eus va genoł, o embannet em eus, souden em eus graet anezho, hag ez int c'hoarvezet.

4  Rak gouzout a raen e oas kaledet, e oa da c'houzoug ur sparl-houarn, ha da dal un tamm-arem,

5  disklźriet em eus dit an traoł-mań abaoe pell 'zo, roet em eus anezho da glevout dit kent dezho c'hoarvezout, gant aon na lavarfes: Va idol eo en deus o graet, va skeudenn gizellet pe va skeudenn deuzet he deus o gourc'hemennet.

6  Klevet ec'h eus! Gwel anezho holl! Ha n'embannot ket anezho hoc'h-unan? Reiń a ran dit da glevout bremań traoł nevez, traoł kuzhet ha n'anavezes ket.

7  Bremań ez int krouet ha n'eo ket diagent, a-raok an deiz-mań n'anavezes netra anezho, evit na lavarfe ket: Setu, me a ouie kement-se.

8  Ne'c'h eus ket klevet, ne'c'h eus ket anavezet, n'eo ket bet digoret a-raok da skouarn, rak gouzout a raen na vankfes ket da vezań disleal: Anvet out bet disent abaoe ar c'hof.

9  Abalamour da'm anv em eus daleet va c'hounnar, abalamour da'm meuleudi en em zalc'han ez keńver, ha ne zistrujan ket ac'hanout.

10  Setu, em eus amprouet ac'hanout, met n'eo ket evel an arc'hant, da zibabet em eus e teuzlestr ar glac'har.

11  Abalamour din, abalamour din-me va-unan e ran kement-se. Rak penaos e vefe disakret va anv? Ne roin ket va gloar da unan all.

12  Selaou ouzhin, Jakob, ha te, Israel, am eus galvet! Me eo an hini a zo ar c'hentań, ha me eo ivez an diwezhań.

13  Va dorn en deus diazezet an douar, ha va zu dehou en deus astennet an neńvoł; o gervel a ran, hag en em ziskouezont a-gevret.

14  En em vodit holl, ha selaouit: Pehini anezho en deus disklźriet an traoł-se? An AOTROU en deus e garet: eń a gaso da benn e blijadur a-enep Babilon, e vrec'h a vo a-enep ar Galdeiz.

15  Me eo, me eo am eus komzet ha galvet anezhań; me am eus e zegaset, hag e teuio a-benn d'e hent.

16  Tostait ouzhin ha selaouit kement-mań: Abaoe ar penn-kentań ne'm eus ket komzet e kuzh, abaoe m'eo c'hoarvezet an dra edon eno. Ha bremań an Aotrou AOTROU hag e Spered a gas ac'hanon.

17  Evel-henn e komz an AOTROU, da zasprener, Sant Israel: Me eo an AOTROU da Zoue, a gelenn dit ar pezh a zo mat, hag a ren ac'hanout dre an hent a dleez kerzhout warnań.

18  O! Ma vijes evezhiek ouzh va gourc'hemennoł! Da beoc'h a vije evel ur stźr, ha da reizhder evel gwagennoł ar mor,

19  da lignez a vije evel an traezh, ha diskennidi da gof evel e c'hreun, da anv ne vije ket bet lamet na diverket a-zirazon.

20  It er-maez eus Babilon, tec'hit diouzh ar Galdeiz! Roit da glevout gant youc'hadennoł, embannit kement-mań, dougit kement-mań betek penn an douar, lavarit: An AOTROU en deus dasprenet Jakob e servijer.

21  N'o deus ket bet sec'hed p'en deus lakaet anezho da gerzhout dre an distroioł, lakaet en deus da darzhań evito dour eus ar roc'h, faoutet en deus ar roc'h ha ruilhet o deus an dourioł.

22  N'eus peoc'h ebet evit ar re zrouk, eme an AOTROU.

 

Pennad 49

1  Selaouit, inizi! Bezit evezhiek, pobloł a-bell! An AOTROU en deus va galvet adalek ar c'hof, meneget en deus va anv adalek askre va mamm.

2  Graet en deus evel ur c'hleze lemm eus va genoł, goloet en deus ac'hanon gant skeud e zorn, graet en deus ganin ur bir lufret mat, kuzhet en deus ac'hanon en e glaouier.

3  Lavaret en deus din: Va servijer out, Israel, ennout em bo va gloar.

4  Ha me am eus lavaret: Labouret em eus en aner, kuzumet em eus didalvoud hag hep frouezh, met va gwir a zo gant an AOTROU, ha va gopr e-kichen va Doue.

5  Ha bremań e komz an AOTROU, eń hag en deus va stummet adalek ar c'hof evit bezań e servijer, evit degas Jakob d'e gavout en-dro, hag Israel strewet; met e vin enoret dirak daoulagad an AOTROU, ha va Doue a vo va nerzh.

6  Lavaret en deus: Re nebeut eo dit bezań va servijer evit adsevel meuriadoł Jakob hag evit distreiń an nemorant eus Israel, da lakaat a ran evel sklźrijenn ar broadoł, evit degas va silvidigezh betek pennoł an douar.

7  Evel-henn e komz an AOTROU, Dasprener Israel, e Sant, d'an hini a vo disprizet gant an dud, euzhus d'ar bobl, sklavour ar renerien: Rouaned a welo anezhań hag e savint, prińsed ivez hag e stouint dirazań, abalamour d'an AOTROU a zo feal, ha da Sant Israel en deus da zibabet.

8  Evel-henn e komz an AOTROU: Da selaouet em eus en amzer dereat, da sikouret em eus en deiz ar silvidigezh; da ziwall a rin, da lakaat a rin da vezań va emglev gant ar bobl, evit adsevel ar vro, evit lodennań an hźrezhioł dismantret,

9  evit lavarout d'ar re zalc'het: It er-maez! ha d'ar re a zo en deńvalijenn: En em ziskouezit! Peuriń a raint a-hed an hentoł, hag e kavint pradennoł war an holl grec'hiennoł.

10  N'o devo ken naon, n'o devo ken sec'hed, an tommder hag an heol ne skoint ken warno, rak an hini en deus truez outo a reno anezho, hag o degaso d'ar mammennoł dour.

11  Treiń a rin va holl venezioł en hentoł, hag adsavet e vo va gwenodennoł.

12  Setu, int amań a zeu a-bell, ar re-se eus an hanternoz hag eus ar c'huzh-heol, ar re-hont eus bro ar Sinianed.

13  Neńvoł, kanit gant joa! Douar, en em laouena! Menezioł, laoskit kriadennoł a levenez! Rak an AOTROU en deus frealzet e bobl, truez en deus bet ouzh e re c'hlac'haret.

14  Sion a lavare: An AOTROU en deus va dilezet, hag an Aotrou en deus va ankounac'haet.

15  Ar wreg, hag e c'hellfe ankounac'haat ar bugelig a vag? Hag e tremenfe hep kaout truez ouzh mab he c'hof? Ha pa ankounac'hafe, me n'ankounac'hain ket ac'hanout.

16  Setu em eus da engravet war balvoł va daouarn, da vogerioł a zo dalc'hmat dirak va daoulagad.

17  Emań da vibien o tont buan, da zistrujerien ha da waskerien a yelo er-maez eus da greiz.

18  Sav da zaoulagad en-dro dit, sell, holl en em zastumont, dont a reont da'z kavout. Me a zo bev, eme an AOTROU, te en em wisko ganto holl evel gant bragerizoł, te en em c'hourizo ganto evel ur wreg yaouank.

19  Rak da lec'hioł dilaosket ha glac'haret, ha da vro wastet, a vo bremań re enk evit da dud. Emań o pellaat ar re a lonke ac'hanout.

20  A-nevez e lavaro dit ouzh da zivskouarn ar vibien az po, goude bezań kollet ar re all: N'eus ket frankiz a-walc'h evidon, gra lec'h din evit ma c'hellin en em ziazezań eno.

21  Hag e lavari en da galon: Piv en deus roet ar vugale-mań din? Kollet em boa va bugale hag e oan en distro, divroet ha dalc'het, piv en deus desavet ar re-mań?

22  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu e savin va dorn etrezek ar broadoł, hag e savin va banniel etrezek ar pobloł, degas a raint da vibien etre o divrec'h, hag e tougint da verc'hed war o skoaz.

23  Rouaned a vo da vagerien, hag o frińsezed da vagerezed, en em stouiń a raint dirazout an dremm d'an douar, hag e lipint poultrenn da dreid. Te a anavezo ez on an AOTROU, ha ne vo ket mezhek ar re a zo en gortoz ac'hanon.

24  Daoust hag e vo lamet e breizh digant an den kreńv? Hag e vo dieubet an hini reizh a zo dalc'het?

25  Evel-henn e komz an AOTROU: Ya, lamet e vo digant an den kreńv ar re a zo dalc'het gantań, ha tennet e vo e breizh digant an den spontus, rak me a dabuto a-enep da enebourien, me a zieubo da vibien.

26  Lakaat a rin da waskerien da zebriń o c'hig o-unan, hag en em vezvint gant o gwad evel gant gwin dous. Ha pep kig a ouezo ez on me an AOTROU da Salver, da Zasprener ha Galloudeg Jakob.

 

Pennad 50

1  Evel-henn e komz an AOTROU: Pelec'h emań ar skrid a dorr-dimeziń eus ho mamm, am eus kaset kuit anezhi drezań? Piv eo an hini eus va c'hredourien am eus gwerzhet ac'hanoc'h dezhań? Setu, en abeg d'ho pec'hedoł ez oc'h bet gwerzhet, en abeg d'ho mankoł eo bet kaset kuit ho mamm.

2  Perak ne'm eus kavet den pa'z on deuet? Perak n'en deus respontet den pa em eus galvet? Va dorn, ha re verr eo evit dieubiń? Ha n'eus ket a nerzh ennon evit saveteiń? Setu e lakaan ar mor da zisec'hań pa c'hourdrouzan anezhań, hag e troan ar stźrioł en distro, o fesked o vreinań dre ziouer a zour, marvet gant ar sec'hed.

3  Gwiskań a ran an neńvoł a deńvalijenn, hag e lakaan ur sac'h d'o goleiń.

4  An Aotrou AOTROU en deus roet din un teod a ziskibl, ma c'hellin kennerzhań dre ar gomz an hini a zo glac'haret. Bep mintin e tihun ac'hanon, e tihun va skouarn, ma selaouin evel un diskibl.

5  An Aotrou AOTROU en deus digoret va skouarn, ha ne'm eus ket enebet, ne'm eus ket kilet en a-dreńv.

6  Kinniget em eus va c'hein d'ar re a skoe ganin, ha va divjod d'ar re a denne va barv, ne'm eus ket harzet va dremm ouzh an dismegańsoł hag ar c'hrańchadoł.

7  An Aotrou AOTROU a sikour ac'hanon, dre-se n'on ket mezhek. Lakaet em eus va dremm heńvel ouzh ur maen, ha gouzout a ran ne vin ket abafet.

8  Tost emań an hini a reisha ac'hanon: Piv a dabuto em enep? Ra en em ziskouezimp a-gevret: Piv eo va c'hevrenn enep? Ra dostaio ouzhin!

9  An Aotrou AOTROU a sikour ac'hanon: Piv am c'hondaono? Int holl a vo teuc'h evel un dilhad, ar preńved o debro.

10  Piv ac'hanoc'h a zouj an AOTROU? Piv a selaou ouzh mouezh e servijer? An hini a gerzh en deńvalijenn ha n'en deus ket a sklźrijenn, ra en em fizio en anv an AOTROU, ha ra en em harpo war e Zoue!

11  C'hwi holl hag a c'hwezh un tan hag a zo gourizet gant elf, it e-barzh flammoł ho tantad hag e-kreiz an elf hoc'h eus enaouet. Digant va dorn eo e teu deoc'h kement-se, e-kreiz ar poanioł e viot gourvezet.

 

Pennad 51

1  Selaouit ouzhin, c'hwi hag a red war-lerc'h ar reizhder, c'hwi hag a glask an AOTROU. Sellit ouzh ar roc'h ez oc'h bet kizellet diouti, ouzh ar vengleuz ez oc'h bet tennet anezhi.

2  Sellit ouzh Abraham ho tad, hag ouzh Sara he deus ho kanet. E c'halvet em eus e-unan-penn, benniget ha kresket em eus anezhań.

3  Rak an AOTROU a frealzo Sion, frealziń a raio he lec'hioł glac'haret, ober a raio un Eden gant he distro, hag ul liorzh eus an AOTROU gant he douaroł disec'h. Joa ha levenez en em gavo en he c'hreiz, gant meuleudioł ha kanaouennoł.

4  Bezit evezhiek, va fobl, roit ho skouarn, c'hwi va broad, rak al lezenn a zeuio ac'hanon, ha va barnedigezh a lakain da vezań sklźrijenn ar pobloł.

5  Tost emań va reizhder, erru eo va silvidigezh, ha va divrec'h a varno ar pobloł. An inizi a vo en gortoz ac'hanon, hag a fizio em brec'h.

6  Savit ho taoulagad etrezek an neńvoł, sellit d'an traoń etrezek an douar, rak an neńvoł a steuzio evel moged, hag an douar a vo teuc'h evel un dilhad, hag e annezerien a varvo evel kelien. Met va silvidigezh a bado da viken, ha va reizhder ne dremeno ket.

7  Selaouit ouzhin, c'hwi hag a anavez ar reizhder, pobl hag he deus va lezenn en he c'halon, n'ho pet ket aon rak dismegańs an dud, ha na vezit ket spontet gant o rebechoł,

8  rak ar preńved o debro evel un dilhad, hag ar gaozan o debro evel gloan. Met va reizhder a bado da viken, ha va silvidigezh a oad da oad.

9  Dihun! Dihun! Gwisk an nerzh, brec'h an AOTROU! Dihun, evel en deizioł a wechall, en oadoł kozh. Ha n'eo ket te a frikas Rahab (= Ejipt), hag a c'hloazas an aerouant?

10  Ha n'eo ket te a zisec'has ar mor, doureier an islonk bras, a reas eus donderioł ar mor un hent, evit lakaat ar re zibabet da dremen?

11  Dasprenidi an AOTROU a zistroio hag a zeuio da Sion gant kanaouennoł trec'h. Ul levenez peurbadus a vo war o fennoł, bez' e vo joa ha levenez ganto, hag e tec'ho kuit ar glac'har hag an hirvoudoł.

12  Me eo, me eo an hini a frealz ac'hanoc'h. Piv out-te evit kaout aon rak un den marvel, rak ur mab-den a zeuio da vezań evel geot?

13  Ankounac'haet ec'h eus an AOTROU da grouer, en deus astennet an neńvoł ha diazezet an douar, evit krenań dibaouez, bemdez, dirak fulor ar gwasker, evel ma vefe war-nes distrujań. Ha pelec'h eta emań fulor ar gwasker?

14  Prestik e vo dieubet an den dalc'het, ne varvo ket er poull, ne vanko ket bara dezhań.

15  Me eo an AOTROU da Zoue, a sko ar mor hag e krog e wagennoł da yudal. AOTROU an armeoł eo e anv.

16  Lakaet em eus va c'homzoł ez kenoł, da c'holoet em eus gant skeud va dorn, evit plantań an neńvoł ha diazezań an douar, evit lavarout da Sion: Te eo va fobl!

17  Dihun! Dihun! Sav, Jeruzalem! Evet ec'h eus, eus dorn an AOTROU, hanafad e gounnar; evet ec'h eus, sunet ec'h eus betek al lec'hid an hanaf-mezevelliń.

18  N'eus den evit ren anezhi, a-douez an holl vibien he deus ganet. N'eus den evit kregiń en he dorn, a-douez an holl vibien he deus desavet.

19  An daou dra-se o deus c'hoarvezet ganit, ha piv a druezo ouzhit? Ar glac'har hag an distruj, an naonegezh hag ar c'hleze, ha dre biv e frealzin ac'hanout?

20  Da vibien a zo semplet, gourvezet e korn pep straed, evel un antilopenn tapet en ur roued, bec'hiet gant kounnar an AOTROU, gant rebechoł da Zoue.

21  Ha bremań selaou kement-mań, te glac'haret ha mezvet, met n'eo ket gant gwin:

22  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU da Zoue, a zifenn kaoz e bobl: Setu em eus kemeret eus da zorn an hanaf-mezevelliń, hanaf va c'hounnar. Ne evi ken dioutań en amzer da zont,

23  rak en lakain e dorn da waskerien, ar re a lavare da'z ene: Pleg evit ma tremenimp! Neuze e raes eus da gein evel un douar, evel ur straed evit an dremenidi.

 

Pennad 52

1  Dihun! Dihun! Gwisk da nerzh, Sion! Gwisk dilhad da c'hloar, Jeruzalem kźr santel! Rak hiviziken ned aio ket ennout ar re ziamdroc'h hag ar re zic'hlan.

2  Hej ar boultrenn diwarnout, sav, Jeruzalem! Distag ereoł da c'houzoug, merc'h Sion, sklavourez!

3  Evel-henn e komz an AOTROU: Gwerzhet oc'h bet evit netra, hep arc'hant ivez e viot dasprenet.

4  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Va fobl a ziskennas gwechall d'an Ejipt evit chom eno. Goude-se an Asirian a waskas anezhań hep abeg.

5  Ha bremań petra am eus d'ober amań, eme an AOTROU, pa'z eo bet tapet kuit va fobl evit netra? Ar re a ren warno a laosk kriadennoł, eme an AOTROU, ha va anv a zo dismegańset dibaouez, bemdez.

6  Setu perak ec'h anavezo va fobl va anv, ha setu perak ec'h anavezo en deiz-se ez eo me an hini a lavar: Setu me amań!

7  Pegen kaer eo war ar menezioł treid an hini a zegas keleier mat, a embann ar peoc'h, a zegas keleier mat diwar-benn ar gwellań, a embann ar silvidigezh, hag a lavar da Sion: Emań da Zoue o ren!

8  Da c'hedourien a savo o mouezh. Sevel a reont o mouezh a-gevret, hag e laoskont kriadennoł a levenez, rak e welont lagad ouzh lagad an AOTROU o tistreiń Sion.

9  Laoskit a-gevret kriadennoł a levenez, o dismantroł Jeruzalem! Rak an AOTROU en deus frealzet e bobl ha dasprenet Jeruzalem.

10  An AOTROU en deus dizoloet brec'h e santelezh ouzh daoulagad an holl bobloł, hag holl bennoł an douar a welo silvidigezh hon Doue.

11  En em dennit, en em dennit, it er-maez ac'hano! Na stokit ouzh netra dic'hlan! It kuit eus he c'hreiz! En em c'hlanait, c'hwi hag a zoug listri an AOTROU!

12  Ned eot ket er-maez gant hast, ha ne gerzhot ket en ur dec'hout, rak an AOTROU a yelo dirazoc'h, hag ho kward a-dreńv a vo Doue Israel.

13  Setu, va servijer a oberio gant furnez, kreskiń a raio, savet e vo, uhelaet meurbet.

14  Evel ma'z eo bet souezhet war e zivout kalz a dud, kement e oa disneuziet e zremm e-keńver hini un den, hag e stumm e-keńver hini ur mab-den,

15  evel-se e strinko kalz a vroadoł, ar rouaned a serro o genoł dirazań, rak ar re na oa ket bet prezeget dezho a welo, hag ar re n'o doa ket klevet a gompreno.

 

Pennad 53

1  Piv en deus kredet hor prezegenn? Da biv eo bet diskuliet brec'h an AOTROU?

2  Kresket en deus dirazań evel ur vroustenn, evel ur wrizienn o tont eus un douar disec'h. N'en deus na neuz na kaerder da zedennań ar sell, na doare da zegas c'hoant.

3  Disprizet ha distaolet gant an dud, den a c'hlac'har, kustumet ouzh ar boan, evel un den a zistroer an dremm dioutań, disprizet eo ha ne reer van ebet anezhań.

4  Ha koulskoude en deus douget hor c'hleńvedoł, hag eo en em vec'hiet eus hor poanioł. Ha ni a sońje e oa skoet, pilet gant Doue, ha reuziet.

5  Met gloazet e oa en abeg d'hon drougoberoł, brevet en abeg d'hon direizhder; ar c'hastiz a ro deomp ar peoc'h a zo bet warnań, ha dre e c'houlioł ez omp yac'haet.

6  Bez' e oamp holl dianket evel deńved, pep hini ac'hanomp a heulie e hent e-unan, hag an AOTROU en deus lakaet da vont warnań hon direizhder deomp-ni holl.

7  Gwallgaset eo bet, dismegańset eo bet, n'en deus ket digoret e c'henoł, kaset eo bet d'al lazherezh evel un oan, evel un dańvadez o chom mut dirak he zouzerien, n'en deus ket digoret e c'henoł.

8  Tennet eo bet eus ar wask hag eus ar varnedigezh, met piv a lavaro d'e rummad? Rak lamet eo bet kuit a-ziwar douar ar re vev, skoet eo bet evit drougoberoł va fobl.

9  Lakaet eo bet e vez gant ar re zrouk, hag en e varv emań gant ar binvidien, eń ha n'en deus graet netra taer, ha n'eus ket bet kavet touellerezh en e c'henoł.

10  Plijet eo bet gant an AOTROU e vreviń, e lakaet en deus er poanioł. Goude bezań kinniget e ene evel aberzh a gablusted, e welo ul lignez, hiraat a raio e zeizioł, ha plijadur an AOTROU a raio berzh dre e zorn.

11  Gwelout a raio frouezh trevell e ene, hag e vo gwalc'het anezhań. Va servijer reizh a reishaio kalz a dud dre an anaoudegezh o devo anezhań, hag eń e-unan a zougo o direizhder.

12  Setu perak e roin e lod dezhań e-touez ar re vras. Lodennań a raio e breizh gant ar re c'halloudek, dre m'en deus roet e ene d'ar marv, dre m'eo bet lakaet e renk an dorfedourien, dre m'en deus douget pec'hedoł kalz a dud, ha dre m'en deus erbedet evit an drougobererien.

 

Pennad 54

1  En em laouena, gaonac'h, te na c'hanes ket, strak ha laosk kriadennoł a levenez, te na c'houzańves ket gwentloł ar gwilioud, rak mibien an hini dilezet a vo niverusoc'h eget re ar wreg he doa ur pried, eme an AOTROU.

2  Ledana tachad da deltenn, astenn dizamant stignoł da dinelloł, hira da gerdin, starta da beulioł,

3  rak en em ledań a ri a-zehou hag a-gleiz, da lignez a berc'henno ar broadoł, hag a vo o chom e kźrioł bet dismantret.

4  Na'z pez ket aon, ne vi ket dismegańset ha ne vi ket mezhekaet, rak ne vi ken displetaet, met ec'h ankounac'hai mezh da yaouankiz, ne'z po ken a sońj eus dismegańs da intańvelezh.

5  Rak da bried eo da Grouer, AOTROU an armeoł e anv, da zasprener eo Sant Israel, Doue an douar a-bezh a vo e anv.

6  Rak an AOTROU en deus da c'halvet evel ur vaouez dilezet ha glac'haret en he spered, evel ur bried a yaouankiz a vefe bet kaset kuit, eme da Zoue.

7  Da zilezet em eus evit ur predig, met ez tegemerin gant trugarezioł bras.

8  Kuzhet em eus va dremm ur pennad ouzhit da goulz va c'hounnar, met truez am eus ouzhit dre un drugarez peurbadus, eme an AOTROU da zasprener.

9  Kement-mań a vo evidon evel gant doureier Noe, evel pa em boa touet n'en em skuilhje ken doureier Noe war an douar, evel-se em eus touet na gounnarfen ken ouzhit ha na c'hourdrouzfen ken ac'hanout.

10  Pa zeufe ar menezioł da bellaat, hag ar c'hrec'hioł da vrańsellat, va zrugarez ne bellaio ket diouzhit, ha va emglev a beoc'h ne vrańsello ket, eme an AOTROU, en deus truez ouzhit.

11  Te a zo glac'haret, pilet gant ar barr-amzer, hep frealz, ha setu ez an da sterniań da vein gant antimoan ha da ziazezań ac'hanout war safir,

12  ober a rin da granelloł gant rubiz, da zorojoł gant mein-granat, da holl vogerioł gant mein prizius.

13  Da holl vibien a vo kelennet gant an AOTROU, ha peoc'h da vibien a vo bras.

14  Startaet e vi er reizhder, pell e vi diouzh ar gwaskerezh, ha na'z po ket da gaout aon, pell e vi diouzh ar spont, rak ne dostaio ket ouzhit.

15  Pa vo iriennoł en da enep, ne vint ket eus va ferzh, an neb a zroukc'hraio en da enep a gouezho dirazout.

16  Setu, me a grouas ar gov a c'hwezh war ar glaou entanet, hag a denn ac'hano ur benveg evit e labour, ha me a grouas an distrujer evit freuzań.

17  Arm ebet goveliet a-enep dit ne zeuio da vat, ha pep teod a savo er varn en da enep a gondaoni. Evel-se eo hźrezh servijerien an AOTROU, diganin o devo o reizhder, eme an AOTROU.

 

Pennad 55

1  Ar re holl hag o deus sec'hed, ra zeuint d'an doureier! C'hwi zoken hep arc'hant, deuit, prenit ha debrit! Deuit, prenit hep arc'hant gwin ha laezh, hep paeań!

2  Perak e pouezit arc'hant evit ar pezh n'eo ket bara? Perak e labourit evit ar pezh na leugn ket? Selaouit ouzhin hag e tebrot ar pezh a zo mat, hag hoc'h ene a vo plijet gant ar pezh a zo gwellań.

3  Roit ho skouarn ha deuit da'm c'havout, selaouit hag e vevo hoc'h ene; ha me a raio ganeoc'h un emglev peurbadus, an trugarezioł divrall prometet da Zavid.

4  Setu, e lakaet em eus da vezań un test evit ar pobloł, ur rener hag ur mestr evit ar pobloł.

5  Setu e c'halvi ar vroad n'anavezes ket, hag ar broadoł n'anavezent ket ac'hanout a zeredo da'z c'havout, abalamour d'an AOTROU da Zoue ha da Sant Israel en devo roet gloar dit.

6  Klaskit an AOTROU e-pad ma en em gav, galvit anezhań e-pad m'emań tost.

7  Ra zilezo an den drouk e hent, hag an den direizh e sońjoł, ha ra zistroio d'an AOTROU en devo truez outań, d'hon Doue a bardon gant largentez.

8  Rak va sońjoł n'int ket ho sońjoł, hag hoc'h hentoł n'int ket va hentoł, eme an AOTROU.

9  Ken uhel eo an neńvoł a-us d'an douar, ken uhel va hentoł a-us d'hoc'h hentoł, ha va sońjoł a-us d'ho sońjoł.

10  Evel ma tiskenn ar glav hag an erc'h eus an neńvoł, ha ne zistroont ket hep bezań douraet an douar hag e strujusaet, hep bezań e lakaet da ziwanań, evit reiń had d'an hader ha bara d'an hini a zebr,

11  evel-se emań gant ar gomz a zeu er-maez eus va genoł: ne zistroio ket din diefed, met e raio ar pezh am eus c'hoant, hag e peurc'hraio ar pezh am bo roet dezhi da gas da benn.

12  Mont a reot er-maez gant levenez, hag e viot degaset e peoc'h. Ar menezioł hag ar c'hrec'hioł a laosko kriadennoł a levenez dirazoc'h, hag holl wez ar parkeier a stlako o daouarn.

13  E-lec'h spern e kresko siprez, e-lec'h drez e kresko meurta, ha kement-se a vo evit an AOTROU ur gloar, un arouez peurbadus na vo ket dilamet.

 

Pennad 56

1  Evel-henn e komz an AOTROU: Mirit ar pezh a zo eeun ha grit ar pezh a zo reizh, rak va silvidigezh a zo prest da zont ha va reizhder da vezań diskuliet.

2  Eürus an den a ra an traoł-se hag ar mab-den en em stag outo, o virout ar sabad hep e zisakrań, hag o herzel e zaouarn d'ober droug.

3  Mab an diavaeziad hag a zo staget ouzh an AOTROU, ra ne lavaro ket: An AOTROU am dilamm kuit eus e bobl. An eunuk, ra ne lavaro ket: Setu ez on ur wezenn sec'h.

4  Rak evel-henn e komz an AOTROU: D'an eunuked hag a vir va deizioł sabad hag a zibab ar pezh a blij din hag en em stag ouzh va emglev,

5  e roin em zi hag e-barzh va mogerioł ul lec'h hag un anv gwelloc'h eget mibien ha merc'hed, me a roio dezho un anv peurbadus na vo ket lamet kuit.

6  Mibien an diavaeziad en em stag ouzh an AOTROU d'e servijout, ha da garout anv an AOTROU evit bezań e servijerien, ar re holl a vir ar sabad hep e zisakrań, hag en em stag ouzh va emglev,

7  o degasin a rin ivez da'm menez santel, hag e roin levenez dezho em zi a bedenn; o loskaberzhoł hag o aberzhoł a vo degemeret mat wat va aoter, rak va zi a vo anvet un ti a bedenn evit an holl vroadoł.

8  Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU, a zastum re stlabezet Israel: Dastum a rin ganto c'hoazh reoł all, ouzhpenn e re dija dastumet.

9  C'hwi holl loened ar parkeier deuit da zebriń, ha c'hwi holl loened ar c'hoadoł.

10  An holl gedourien a zo dall, n'anavezont netra. Holl ez int chas mut na c'hellont ket harzhal, emaint o huńvreal en ur chom gourvezet, plijout a ra dezho morediń.

11  Chas lontek ez int, ne c'hellont ket bezań leuniet, mesaerien n'ouzont ket kompren, heuliań a reont holl o hent o-unan, troet pep hini etrezek e c'hounid, betek an hini diwezhań,

12  hag e lavaront: Deuit, mont a ran da gerc'hat gwin, en em vezvomp gant evajoł kreńv, hag e vo warc'hoazh evel hiziv ha kalz muioc'h c'hoazh.

 

Pennad 57

1  An hini reizh a ya da get, ha den ne daol evezh; ar re vat a zo lamet kuit, ha den ne gompren ez eo dilamet an hini reizh dirak an droug.

2  Mont a raio er peoc'h. Diskuizhań a raio war e gwele an hini en devo kerzhet war an hent eeun.

3  Met c'hwi, tostait amań, mibien ar sorserez, gouenn an avoultrer hag ar c'hast!

4  Ouzh piv e rit goap? A-enep piv e tigorit ur genoł ledan hag e tennit ho teod? Ha n'oc'h ket bugale an disentidigezh, ur ouenn gaouiat,

5  oc'h en em dommań gant idoloł dindan pep gwezenn c'hlas, o lazhań ar vugale en traoniennoł dindan toulloł ar reier?

6  Gant mein lufr ar froud emań da lod, setu aze, setu aze da rann. Dezho eo e skuilhez ivez da evadkinnig hag e roez profoł. Penaos e c'hellfen kavout frealz gant kement-se?

7  Lakaet ec'h eus da wele war ur menez uhel ha savet, hag ez out pignet eno evit aberzhiń.

8  Lakaet ec'h eus da eńvoradur a-drek an nor hag ar peulioł, ha pell diouzhin ez out en em zizoloet evit pignat eno. Ledanaat ec'h eus da wele ha gant ar re-se ez out en em unanet; karet ec'h eus o gweleoł e-lec'h ma ec'h eus saotret da selloł.

9  Aet out da gichen ar roue gant eoul, kresket ec'h eus da c'hwezhioł-mat, kaset ec'h eus da gannaded pell, hag ez out diskennet betek lec'h ar marv.

10  Dre hirder da hent ez out aet skuizh, ha ne'c'h eus ket lavaret: En aner eo! Kavet ec'h eus nerzh ez torn, setu perak n'out ket kouezhet.

11  Piv ac'h eus aon razań, gant piv e spontez, evit bezań lavaret gevier ha tremenet hep kaout sońj ac'hanon? Ha tevel a raen abaoe pell 'zo, n'eo ket gwir? Ha ne zoujes ken ac'hanon.

12  Reiń a rin da anavezout da reizhder ha da oberennoł, ha na vo ket ur gounid evidout.

13  Pa grii, ra zieubo ac'hanout da idoloł ac'h eus dastumet! Setu, an avel o dilamo holl, ur c'hwezhadenn o c'haso kuit. Met an hini a fiz ennon en devo ar vro da hźrezh hag a berc'henno va menez santel.

14  Hag e vo lavaret: Plaenait, plaenait, kempennit an hent! Tennit pep harz diwar hent va fobl!

15  Evel-henn e komz an Uhel-Meurbet, hag a zo o chom er beurbadelezh, hag a zo santel e anv: Emaon o chom en ul lec'h uhel ha santel, hag ivez gant an den glac'haret hag uvel a spered, evit bevaat spered ar re zilorc'h hag evit bevaat kalon ar re c'hlac'haret.

16  Ne dabutin ket da viken ha ne vin ket imoret atav, rak ar spered a sempl dirazon, hag an eneoł am eus krouet.

17  En abeg da zireizhder e c'hoantegezh on bet imoret hag em eus skoet warnań, kuzhet em eus va dremm hag ez on bet imoret. Hag an disent en deus heuliet hent e galon.

18  Gwelet em eus e hentoł, yac'haat a rin anezhań, me a reno anezhań hag a roio frealz dezhań ha d'e re a vo er c'hańv.

19  Me a grou ar pezh a zo displeget gant ar muzelloł: Peoc'h, peoc'h d'an hini a zo pell ha d'an hini a zo tost, eme an AOTROU. Ya, e yac'haat a rin.

20  Met ar re zrouk a zo evel ar mor dirollet na c'hell ket sioulaat: e zoureier a zistaol fank ha lec'hid.

21  N'eus ket a beoc'h evit ar re zrouk, eme va Doue.

 

Pennad 58

1  Youc'h a-leizh-korzenn, na zalc'h ket, sav da vouezh evel ur shofar, disklźr da'm fobl o disentidigezh, ha da di Jakob o fec'hedoł.

2  Bemdez e klaskont ac'hanon, hag e fell dezho anavezout va hentoł, evel ur vroad he defe miret ar reizhder ha n'he defe ket dilezet barnedigezhioł he Doue. Goulenn a reont diganin barnadennoł a justis hag e fell dezho bezań tost da Zoue.

3  Perak hon eus yunet hep ma lakaez evezh? Perak hon eus glac'haret hon eneoł hep ma'c'h anavezez? Setu, en deiz ho yun e rit ar pezh a blij deoc'h hag e wallgasit ho mevelien.

4  Yunań a rit evit gourdrouz ha tabutal, hag evit skeiń taolioł-dorn gant droug. Ne yunit ket evel ma fellfe en deiz-se, evit ma vefe klevet ho mouezh d'an nec'h.

5  Hag eo hennezh ar yun a fell din en deiz ma c'hlac'har un den e ene? Plegań e benn evel ur vroenenn, gourvez war ar sac'h hag al ludu? Hag ec'h anvi kement-se ur yun, un deiz dereat d'an AOTROU?

6  Setu ar yun a fell din: Distag ereoł an drougiezh, diskoulm kerdin ar yev, lez da vont en o frankiz ar re wasket, bruzun kement yev,

7  rann da vara gant an naoneg, degemer ez ti an ezhommeien o kantreal, gwisk an den a welez en noazh, n'en em guzh ket ouzh da nesań.

8  Neuze da sklźrijenn en em ziskouezo evel gouloł-deiz, da yec'hed a ziwano buan, da reizhder a yelo dirazout, ha gloar an AOTROU a vo da ward a-dreńv.

9  Neuze e c'halvi hag an AOTROU a responto, e youc'hi hag e lavaro: Setu me amań! Mar lamez eus da greiz ar yev, ar biz savet faeüs, ar c'homzoł drouk,

10  mar digorez da ene d'an naoneg, mar leuniez an ene glac'haret, neuze da sklźrijenn a savo e-kreiz an deńvalijenn, ha da deńvalijenn a vo evel ar c'hreisteiz.

11  An AOTROU a reno ac'hanout dalc'hmat, e walc'h a roio da'z ene er sec'hded, reiń a raio nerzh da'z eskern, hag e vi evel ul liorzh douraet, evel ur vammenn ha na vank ket he doureier.

12  Da re a adsavo dismantroł kozh, te a adaozo diazezoł rivinet abaoe ar rummadoł tremenet, anvet e vi an dreser freuzoł, an adaozer hentoł, evit ma vo kevannezus ar vro.

13  Mar dalc'hez da droad e-pad ar sabad, evit tremen hep ober ar pezh a fell dit em deiz santel, mar anvez ar sabad: Va flijadur, deiz santelaet evit an AOTROU, mar enorez anezhań hep heuliań da hentoł, hep ober ar pezh a blij dit, hep lavarout traoł aner,

14  neuze e kavi plijadurioł en AOTROU, me a lakaio ac'hanout da varc'hegań dreist lec'hioł uhel an douar, hag e vagin ac'hanout gant hźrezh Jakob da dad, rak genoł an AOTROU en deus komzet.

 

Pennad 59

1  Setu, dorn an AOTROU n'eo ket re verr evit saveteiń, nag e skouarn re bounner evit klevout.

2  Met ho tireizhder eo en deus lakaet an disrann etrezoc'h-c'hwi hag ho Toue, ho pec'hedoł eo a ra dezhań kuzhat e zremm evit n'ho klevfe ken.

3  Rak ho taouarn a zo saotret gant gwad hag ho pizied gant direizhder, ho muzelloł a lavar gevier, ho teod a zistag fallagriezh.

4  Den na c'halv evit ar reizhder, den na erbed evit ar wirionez, fiziout a reont e traoł disneuz hag e lavaront traoł aner, końseviń a reont an droug hag e c'hanont poanioł.

5  Lakaat a reont vioł gwiber da ziflukań, hag e wiadont steuńvenn-gevnid. An hini a zebr diouzh o vioł a varv, ha ma friker anezho e teu naered diouto.

6  O gwiadoł ne zeuint ket da vezań ur vantell, ha den n'en em wisko ket gant o oberennoł; o oberennoł a zo oberennoł a zrougiezh, bez' ez eus taolioł feuls etre o daouarn.

7  O zreid a red etrezek an droug, hastań a reont skuilhań ar gwad didamall, o sońjoł a zo sońjoł a zireizhder, emań ar gwastoł hag an distruj war o gwenodennoł.

8  N'o deus ket anavezet hent ar peoc'h, n'eus barnedigezh ebet war o roudennoł, o gwenodennoł a zo deuet kammigellek, ar re holl a gerzh enno n'anavezont ket ar peoc'h.

9  Setu perak ar varnedigezh a zo pellaet diouzhimp, hag ar reizhder ne zeu ket betek ennomp: Gortoz a reomp ar sklźrijenn ha setu amań an deńvalijenn, ar sklaerder hag e kerzhomp en noz.

10  Mont a reomp a-dastorn evel dalled ouzh ar voger, tastornat a reomp evel tud hep daoulagad, kouezhań a reomp da greisteiz evel da serr-noz, bez' ez omp en ul lec'h druz evel tud varv.

11  Grognal a reomp holl evel arzhed, hag ec'h huanadomp dibaouez evel koulmed: Gortoz a reomp ar varnedigezh ha ne zeu ket, ar silvidigezh hag emań pell diouzhimp.

12  Rak hon drougoberoł a zo niverus dirazout, hor pec'hedoł a ro testeni en hon enep, hon drougoberoł a zo ganeomp, hag ec'h anavezomp hon direizhder:

13  pec'hiń ha gaouiadiń a-enep an AOTROU, distreiń diouzh hon Doue, komz diwar-benn gwask ha dispac'h, końseviń ha distagań er galon komzoł gaouiat.

14  Hag ar varnedigezh a zo aet a-dreńv, ar reizhder a chom pell, ar wirionez a gouezh er straedoł, an eeunder ne c'hell ket mont e-barzh.

15  Ar wirionez zoken a zeu da vankout, hag an neb en em denn eus an droug a zo preizhet. An AOTROU en deus gwelet kement-se, ha displijet eo bet gant an diouer a varnedigezh.

16  Gwelet en deus ivez na oa den ebet, souezhet eo bet na oa den da erbediń. Neuze e vrec'h en deus degaset ar silvidigezh, hag e reizhder en deus roet harp.

17  Gwisket en deus ar reizhder evel un hobregon, ha tog-houarn ar silvidigezh war e benn, gwisket en deus ar veńjańs evel un dilhad, hag e oa goloet gant ar warizi evel gant ur vantell.

18  Hervez an oberennoł e vo ar pae: Daskoriń a raio ar fulor ouzh e enebourien, o gopr ouzh e stourmerien, hag o gopr d'an inizi.

19  Hag e vo doujet anv an AOTROU adalek ar c'huzh-heol, hag e c'hloar adalek ar sav-heol. Pa zeuio an enebour evel ur stźr, Spered an AOTROU en lakaio war dec'h.

20  An dasprener a zeuio evit Sion, evit ar re en em zistroio diouzh o disentidigezh e Jakob, eme an AOTROU.

21  Hag evidon-me setu an emglev a rin ganto, eme an AOTROU, va Spered hag a zo warnout ha va c'homzoł am eus lakaet ez kenoł, ned aint ket kuit eus da c'henoł nag eus genoł da lignez, nag eus genoł lignez da lignez, eme an AOTROU, adalek bremań ha da viken.

 

Pennad 60

1  Sav, bez sklźrijennet, rak deuet eo da sklźrijenn, ha gloar an AOTROU a zo savet warnout.

2  Rak setu, an deńvalijenn a c'holoio an douar hag an noz ar pobloł, met warnout e savo an AOTROU ha warnout en em ziskouezo e c'hloar.

3  Broadoł a gerzho ouzh da sklźrijenn, ha rouaned ouzh splannder da skinoł.

4  Sav da zaoulagad en-dro dit ha sell: an holl en em zastum hag e teuont da'z kavout, da vibien a zeu a-ziabell, da verc'hed a zo douget war an divrec'h.

5  Neuze e weli hag e lugerni, da galon a drido hag en em laouenaio, rak fonnusted ar mor a droio etrezek ennout, ha nerzhioł ar broadoł a zeuio da'z ti.

6  Un niver bras a gańvaled a c'holoio da vro, dremedaled eus Madian hag eus Efa. Dont a raint holl eus Seba, o tegas aour hag ezańs, oc'h embann meuleudioł an AOTROU.

7  Holl zeńved Kedar a vo dastumet etrezek ennout, tourzed Nebajod a vo evit da servij, pignat a raint war va aoter evel ur c'hinnig plijus din, hag e roin klod da di va gloar.

8  Piv eo ar re-se a nij evel koumoul, evel koulmed etrezek o c'houldri?

9  Emań an inizi en gortoz ac'hanon, listri Tarsiz da gentań, evit degas da vibien a-ziabell gant o arc'hant hag o aour, abalamour da anv an AOTROU da Zoue ha da anv Sant Israel en deus roet gloar dit.

10  Mibien an diavaezidi a adsavo da vogerioł hag o rouaned a vo da servijerien, rak em fulor em boa skoet warnout, met em zrugarez em eus truez ouzhit.

11  Da zorojoł a vo dalc'hmat digor, ne vint serret na deiz na noz, evit lakaat da vont ennout pinvidigezhioł ar broadoł hag o rouaned a vo degaset di.

12  Rak ar vroad hag ar rouantelezh na servijint ket ac'hanout a yelo da get, hag ar broadoł-se a vo gwastet en o fezh.

13  Gloar al Liban a zeuio betek ennout, gwez-siprez, tilh ha beuz a-gevret, evit kaeraat lec'h va santual, hag e roin gloar d'al lec'h ma tiskuizh va zreid.

14  Mibien d'ar re a waske ac'hanout a zeuio ivez da'z kavout en ur stouiń. Ar re holl a zisprize ac'hanout a zaoulino ouzh solioł da dreid hag a anvo ac'hanout: Kźr an AOTROU, Sion Sant Israel.

15  E-lec'h bezań dilezet ha kasaet, hep ma vefe den o tremen drezout, me a raio ac'hanout ur veurded peurbadus, ul levenez a oad da oad.

16  Sunań a ri laezh ar broadoł, sunań a ri bronn ar rouaned, hag e ouezi ez on me an AOTROU da Salver, da Zasprener ha Galloudeg Jakob.

17  E-lec'h arem e lakain aour da zont, e-lec'h houarn e lakain arc'hant da zont, e-lec'h koad arem, e-lec'h mein houarn. Hag e roin dit ar peoc'h da c'houarnour hag ar reizhder da rener.

18  Ne vo ken klevet komz eus feulster ez pro, nag eus gwastoł nag eus distruj e-barzh da harzoł, met envel a ri da vogerioł: Silvidigezh, ha da zorojoł: Meuleudi.

19  An heol ne vo ken da sklźrijenn e-pad an deiz, gouloł al loar ne sklźrijenno ket ac'hanout, met an AOTROU a vo evidout ur sklźrijenn beurbadus, ha da Zoue a vo da c'hloar.

20  Da heol ne guzho ken, da loar ne steuzio ken, rak an AOTROU a vo evidout ur sklźrijenn beurbadus, ha deizioł da gańv a vo echu.

21  Ar re eus da bobl a vo holl reizh, perc'hennań a raint ar vro da viken. Ar vroustenn am eus plantet eo, labour va daouarn, evit ma kavin gloar enni.

22  Ar bihanań a zeuio da vezań ur miliad, hag an disterań ur vroad c'halloudus. Me an AOTROU a hasto kement-mań en amzer dereat.

 

Pennad 61

1  Spered an Aotrou AOTROU a zo warnon, setu perak en deus va olevet an AOTROU evit prezeg ar c'heloł mat d'ar beorien. Kaset en deus ac'hanon evit yac'haat ar re o deus ar c'halon flastret, evit embann an dieubidigezh d'ar re zalc'het hag ar frankiz d'ar re doullbac'het,

2  evit embann ur bloavezh trugarezus a-berzh an AOTROU hag un devezh a veńjańs a-berzh hon Doue, evit frealziń ar re holl a zo e kańv,

3  evit embann da re Sion a zo e kańv ez eo roet dezho ur gurunenn e-lec'h ludu, eoul a levenez e-lec'h kańvoł, ur vantell a veuleudi e-lec'h ur spered mantret, ken ma vint anvet dervennoł ar reizhder, plantadeg an AOTROU, evit ma resevo-eń gloar.

4  Adsevel a raint dismantroł kozh, adaozań a raint distrujadennoł an amzerioł kozh, adkempenn a raint kźrioł gwastet, distrujet a oad da oad.

5  An diavaezidi en em zalc'ho eno evit peuriń deoc'h ho tropelloł, mibien an diavaeziad a vo ho labourerien-douar hag ho kwinierien.

6  C'hwi a vo anvet aberzhourien an AOTROU, hag e vo graet ac'hanoc'h servijerien hon Doue. Hag e tebrot pinvidigezhioł ar broadoł, hag e viot goloet eus o gloar.

7  E-lec'h ho mezh ho po ul lod doubl, hag e-lec'h drouklamm e vint laouen en o lod. Evel-se en o bro e perc'hennint an doubl, hag o devo ul levenez peurbadus.

8  Rak me eo an AOTROU, an hini a gar ar varnedigezh hag a gasa al laerońsi evit al loskaberzh. Me a roio dezho o gopr gant fealded, hag e rin ganto un emglev peurbadus.

9  O gouenn a vo anavezet e-touez ar broadoł, hag o diskennidi e-touez ar pobloł. Ar re holl o gwelo a anavezo anezho evit ur ouenn benniget gant an AOTROU.

10  En em laouenaat kalz a rin en AOTROU, va ene a drido em Doue, rak va gwisket en deus gant dilhad ar silvidigezh, ha va goloet gant mantell ar reizhder, evel ma en em fich ur pried gant e gurunenn, hag en em gempenn ur plac'h nevez gant he bravigoł.

11  Evel ma laka an douar da vountań e ziwan, evel ma laka ul liorzh da greskiń ar pezh a hader enni, evel-se an Aotrou AOTROU a lakaio ar reizhder hag ar veuleudi da greskiń dirak an holl vroadoł.

 

Pennad 62

1  Abalamour da Sion ne davin ket, abalamour da Jeruzalem ne chomin ket peoc'h, betek ma en em ziskouezo e reizhder evel tarzh-an-deiz, hag e silvidigezh evel ul lamp enaouet.

2  Neuze ar broadoł a welo da reizhder, hag an holl rouaned da c'hloar, hag e vi galvet dre un anv nevez, en devo genoł an AOTROU disklźriet.

3  Ur gurunenn hollgaer e vi e dorn an AOTROU, un tulban roueel e dorn da Zoue.

4  Ne vi ken anvet: an hini dilezet, da zouar ne vo ken anvet: an hini gwastet, met anvet e vi: va flijadur enni, ha da zouar: an hini zimezet, rak an AOTROU a lakaio e blijadur ennout, ha da zouar en devo ur pried.

5  Evel ma timez un den yaouank gant ur werc'hez, da vibien a zimezo ganit, hag evel ma en em laouena an den nevez en e wreg yaouank, da Zoue en em laouenaio ennout.

6  Jeruzalem, lakaet em eus gedourien war da vogerioł, biken ne davint, nag en deiz nag en noz. C'hwi hag a zalc'h sońj eus an AOTROU, n'eus diskuizh ebet evidoc'h,

7  ha na roit ket diskuizh dezhań ken n'en devo adsavet Jeruzalem, ken n'en devo graet anezhi ur veuleudi war an douar.

8  An AOTROU en deus e douet dre e zorn dehou ha dre e vrec'h galloudek: Ne roin ken da winizh da vevańs da'z enebourien, ha mibien an diavaezidi ne evint ken da win, a zo bet produet gant da labour.

9  Met ar re o devo dastumet a zebro hag a veulo an AOTROU; hag ar re o devo degaset a evo war leurennoł va santual.

10  Tremenit, tremenit dre an dorojoł, kempennit hent ar bobl! Plaenait, plaenait ar chaoser, tennit ar vein diwarnań! Savit ur banniel etrezek ar pobloł!

11  Setu an AOTROU a laka da glevout betek pennoł an douar: Lavarit da verc'h Sion: Setu ma teu da silvidigezh, emań he gopr ganti, hag hec'h oberenn dirazi.

12  Anvet e vint: ar bobl santel, dasprenidi an AOTROU, ha te a vo anvet: an hini glasket, ar gźr n'eo ket dilezet.

 

Pennad 63

1  Piv eo hemań a zeu eus Edom, eus Bozra, gant e zilhad livadennet, o tougen e benn uhel e leunder e nerzh? Me eo an hini a gomz gant reizhder, hag a zo galloudek evit saveteiń.

2  Perak eo ruz da wiskamant, hag eo da zilhad evel re an hini a jaodr er veol?

3  Bet on va-unan o jaodriń er waskerell, hag a-douez ar pobloł hini ebet ne oa ganin. O mac'het em eus em c'hounnar, o bruzunet em eus em fulor, o gwad en deus strinket war va dilhad ha mastaret em eus va holl wiskamantoł.

4  Rak deiz ar veńjańs a zo em c'halon, ha deuet eo bloavezh va dasprenidi.

5  Sellet em eus, ha ne oa den da'm sikour. Souezhet on bet na oa den da'm harpań. Neuze va brec'h en deus degaset ar silvidigezh, ha va fulor en deus roet harp.

6  Mac'het em eus ar pobloł em c'hounnar, o mezvet em eus em fulor, lakaet em eus o gwad da redek war an douar.

7  Embann a rin madelezhioł an AOTROU, meuleudioł an AOTROU, evit an holl vadoberoł en deus sevenet evidomp an AOTROU, hag evit fonnusted e vadelezh en deus sevenet evit ti Israel, en e drugarez hag e braster e garantez.

8  Lavaret en devoa: Ya, va fobl ez int, mibien na vint ket disleal! Hag eo bet o salver.

9  En o holl enkrezioł eo bet enkrezet, ael e zremm en deus o dieubet, eń e-unan en deus o dasprenet en e garantez hag en e drugarez, o harpet en deus, o douget en deus en deizioł a wechall.

10  Met disent int bet, glac'haret o deus ar Spered-Santel, hag eo deuet o enebour; eń e-unan en deus stourmet a-enep dezho.

11  Hag e voe dalc'het sońj eus an deizioł a wechall, eus Moizez hag eus e bobl: Pelec'h emań an hini en deus lakaet anezho da bignat eus ar mor gant mesaer e dropell? Pelec'h emań an hini a lakaas en o c'hreiz e Spered-Santel,

12  a renas anezho dre zorn dehou Moizez gant e vrec'h glorius, a faoutas an doureier dirazo evit ober evitań e-unan un anv peurbadus,

13  a reas dezho kerzhout a-dreuz d'an islonkoł hep kouezhań, evel ur marc'h en distro?

14  Spered an AOTROU en deus o renet goustadik, evel ul loen a ziskenn en un draonienn. Evel-se eo ec'h eus renet da bobl, evit ober evidout un anv glorius.

15  Sell eus an neńvoł ha gwel eus da chomlec'h santel ha glorius: Pelec'h emań da c'hred ha da nerzh, estlamm da galon ha da drugarez em c'heńver? Hag e vefent en em dennet?

16  A-dra-sur te eo hon tad. Pa ne oufe Abraham anv ebet deomp, pa n'anavezfe ket Israel ac'hanomp, AOTROU, te eo hon tad, hon dasprener, setu aze da anv a bep amzer.

17  Perak, o AOTROU, ec'h eus lezet ac'hanomp da ziankań er-maez eus da hentoł? Perak ec'h eus kaletaet hor c'halon a-ziwar da zoujańs? Abalamour da'z servijerien, distro da veuriadoł da hźrezh.

18  Evit un nebeud amzer he deus pobl da santelezh perc'hennet, hag hon enebourien o deus mac'het da santual.

19  Ni a zo evel ar re na'c'h eus biskoazh renet warno, evel ar re n'int ket anvet eus da anv.

 

Pennad 64

1  O! Ma tigorfes an neńvoł ha ma tiskennfes, ar menezioł a vrańsellfe dirazout,

2  hag evel ma krog an tan er c'hoad sec'h ha ma laka an tan an dour da virviń, e rofes da anavezout da anv da'z enebourien, hag ar broadoł a grenfe dirazout!

3  Pa rejout traoł spontus na c'hortozemp ket, te a ziskennas hag ar menezioł a vrańsellas dirazout.

4  Biskoazh n'eus bet klevet, n'eo deuet d'ar skouarn, n'en deus gwelet al lagad, o Doue, ez eo bet graet hevelep traoł estregedout, evit ar re a zo en gortoz ac'hanout.

5  Deuet out a-ziarbenn d'an hini en em laouena oc'h ober ar reizhder, ha d'ar re a gerzh ez hentoł o kaout sońj ac'hanout. Setu, erezet out bet rak pec'het hon eus abaoe pell, met e vimp salvet.

6  Deuet omp holl da vezań evel un den dic'hlan, hag hon holl reizhder evel un dilhad saotret. Goeńvet omp holl evel un delienn, hag hon direizhder hor c'has gantań evel an avel.

7  N'eus den hag a c'halvfe da anv, nag a zihunfe evit en em stagań ouzhit. Setu perak ec'h eus kuzhet da zremm ouzhimp, hag ec'h eus lakaet ac'hanomp da deuziń en abeg d'hon direizhder.

8  Met bremań, AOTROU, te eo hon tad. Ni eo ar pri, ha te eo an hini en deus hor stummet, labour da zaouarn ez omp holl.

9  AOTROU, na gounnar ket, na zalc'h ket sońj da viken eus hon direizhder. Setu, sell, da bobl ez omp holl.

10  Da gźrioł santel a zo un distro, Sion a zo un distro, Jeruzalem a zo un distruj.

11  Ti hor santelezh hag hor c'haerded, e-lec'h m'o deus hon tadoł da veulet, a zo bet kuzumet gant an tan. Kement a zo bet ker deomp a zo distrujet.

12  AOTROU, hag en em zalc'hi ket goude kement-se? Hag e chomi sioul hag e c'hlac'hari ac'hanomp holl?

 

Pennad 65

1  Klasket on bet gant ar re na'm goulennent ket, kavet on bet gant ar re na'm c'hlaskent ket, lavaret em eus d'ur vroad na oa ket anvet eus va anv: Setu me amań, setu me amań!

2  A-hed an deiz em eus astennet va daouarn etrezek ur bobl disent a gerzhe war un hent na oa ket mat, hervez c'hoant o sońjoł o-unan,

3  etrezek ur bobl am hegas a-dal dibaouez, a aberzh el liorzhoł, a laka da vogediń ezańs war ar brikennoł,

4  en em zalc'h er bezioł, a dremen an nozvezhioł e kevioł, a zebr kig moc'h, a gendalc'h meuzioł hudur en o listri,

5  a lavar: Pella diouzhin! Na dosta ket ouzhin, rak ez on santeloc'h egedout! An traoł-se a zo ur vogedenn em fri, un tan a zev e-pad an holl devezhioł.

6  Setu, kement-se a zo skrivet dirazon, ne davin ket, met e paein ar gopr, ya, me a baeo ar gopr dezho en o bruched,

7  eus ho tireizhder hag eus direizhder ho tadoł, eme an AOTROU, int hag o deus lakaet da vogediń ezańs war ar menezioł hag o deus va dismegańset war ar c'hrec'hioł. Hag e vuzuilhin en o bruched ar gopr eus ar pezh o deus graet gwechall.

8  Evel-henn e komz an AOTROU: Evel ma vez lavaret pa vez kavet gwin nevez en ur blokad: Na zistruj ket, rak bennozh a zo aze! evel-se e rin abalamour da'm servijerien, evit tremen hep distrujań anezho holl.

9  Me a lakaio da zont eus Jakob ul lignez, hag eus Juda un hźr da'm menezioł, ha va re zibabet a berc'henno anezho ha va servijerien a vo o chom enno.

10  Saron a vo ur peurvan d'an deńved, traonienn Akor a vo ur repu d'ar saout, evit va fobl en devo klasket ac'hanon.

11  Met c'hwi hag a zilez an AOTROU, hag a ankounac'ha va menez santel, hag a gempenn un daol d'ar chańs vat, hag e leugn un hanaf evit ar blanedenn,

12  e tiniverin ac'hanoc'h evit ar c'hleze, hag en em blegot evit bezań lazhet. Rak galvet em eus ha n'hoc'h eus ket respontet, komzet em eus ha n'hoc'h eus ket selaouet, graet hoc'h eus ar pezh a zo drouk dirak va daoulagad, dibabet hoc'h eus ar pezh a zisplij din.

13  Neuze evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, va servijerien a zebro ha c'hwi ho po naon, va servijerien a evo ha c'hwi ho po sec'hed, va servijerien a vo er joa ha c'hwi a vo er vezh,

14  va servijerien a gano gant levenez en o c'halon ha c'hwi a huanado gant glac'har en ho kalon hag e yudot gant poanioł en ho spered.

15  Lezel a reot hoc'h anv da'm re zibabet evit mallozhiń, hag an Aotrou AOTROU a lakaio ac'hanout d'ar marv, met e c'halvo e servijerien dre un anv all.

16  An hini en em vennigo war an douar en em vennigo dre an Doue a wirionez, an hini a douo war an douar a douo dre an Doue a wirionez, rak enkrezioł an amzer dremenet a vo ankounac'haet, kuzhet e vint ouzh va daoulagad.

17  Setu, emaon o krouiń neńvoł nevez hag un douar nevez, ha ne vo ken sońj eus an traoł tremenet, ne zistroint ken en eńvor.

18  En em laouenait ha bezit el levenez da viken en abeg d'ar pezh emaon o krouiń. Rak setu, emaon o krouiń Jeruzalem evit al levenez hag he fobl evit ar joa.

19  Hag e rin eus Jeruzalem va levenez hag eus va fobl va joa, ne vo ken klevet trouz a glemmvanoł na trouz a c'harmoł.

20  Ne vo ken eno ur bugel pe ur c'hozhiad n'en devo ket peurc'hraet e zeizioł, rak an hini a varvo oadet a gant vloaz a vo yaouank, met ar pec'her hag a vo oadet a gant vloaz a vo milliget.

21  Sevel a raint tiez hag emaint o chom enno; plantań a raint gwiniennoł hag e tebrint o frouezh.

22  Ne savint ket evit ma chomfe unan all e-barzh, ne blantint ket evit ma tebrfe unan all. Deizioł va fobl a vo evel deizioł ar gwez, ha va re zibabet a welo labour o daouarn o koshaat.

23  Ne labourint ken en aner, ne c'hanint ken evit ar spouron, rak lignez venniget an AOTROU e vint, hag o diskennidi ganto.

24  A-raok ma c'halvint e respontin, ha pa vint c'hoazh o komz em bo o c'hlevet.

25  Ar bleiz hag an oan a beuro a-gevret, al leon a zebro plouz evel an ejen, ar poultr a vo boued an naer. Ne vo ket graet a zroug ha ne vo ket distrujet war va holl venez santel, eme an AOTROU.

 

Pennad 66

1  Evel-henn e komz an AOTROU: An neńv eo va zron hag an douar ur skabell dindan va zreid. Peseurt ti a savot din, ha pelec'h e vo takad va diskuizh?

2  Rak an holl draoł-se, va dorn en deus graet anezho, hag an holl draoł-se a chom drezań, eme an AOTROU. Met setu an hini a sellin outań, an hini a zo glac'haret, an hini a zo dinerzh e spered, an hini a gren da'm c'homz.

3  Lazhań un ejen a zo evel muntrań un den, aberzhiń un oan a zo evel terriń chouk ur c'hi, kinnig un donezon a zo evel skuilhań gwad ur pemoc'h, ober un eńvoradenn ezańs a zo evel bennigań direizhder. Dibabet o deus o hentoł, hag o ene a gemer plijadur en o euzhusted.

4  Me ivez a zibabo o distruj, hag e lakain da zont warno ar pezh a ra o spont, rak galvet em eus ha den n'en deus respontet, komzet em eus ha den n'en deus selaouet, graet o deus ar pezh a zo drouk dirak va daoulagad, dibabet o deus ar pezh a zisplij din.

5  Selaouit komz an AOTROU, c'hwi a gren d'e gomz: Lavaret eo bet gant ho preudeur a gasa hag a zistaol ac'hanoc'h en abeg da'm anv: Ra ziskouezo an AOTROU e c'hloar! Gwelet e vo evit ho levenez, hag e vint mezhek.

6  Ur vouezh skeltr a zeu eus kźr, ur vouezh a zeu eus an templ, mouezh an AOTROU o paeań o gopr d'e enebourien.

7  Ganet he deus a-raok bezań er poanioł, dieubet eo bet eus ur paotr a-raok gouzańv gwentloł ar gwilioud.

8  Piv en deus klevet un hevelep tra? Piv en deus gwelet traoł heńvel outo. Ur vro, ha gwilioudet eo en un devezh? Ur vroad, ha ganet eo en ur wech hepken, m'he defe ganet Sion he mibien kerkent ha ma oa bet er gwentloł.

9  Me a zigor ar mammog, ha ne lakain ket da c'henel? eme an AOTROU. Me a laka da c'henel, hag e serrin ar mammog? eme da Zoue.

10  En em laouenait gant Jeruzalem, bezit el levenez ganti, c'hwi holl a gar anezhi. Bezit ganti eürus-kenań, c'hwi holl a oa e kańv eviti,

11  evit ma viot bronnet ha m'o devo ho kwalc'h gant laezh he frealz, hag evit ma sunot ha m'o devo plijadur gant leunder he gloar.

12  Rak evel-henn e komz an AOTROU: Mont a ran da lakaat ar peoc'h da ruilhań etrezek enni evel ur stźr, ha gloar ar broadoł evel ur froud o tic'hlannań. Hag e viot bronnet, douget war an divrec'h ha kańjolet war an daoulin.

13  Evel un den frealzet gant e vamm, e frealzin ac'hanoc'h, hag e viot frealzet e Jeruzalem.

14  Gwelout a reot kement-se, hag ho kalon en em laouenaio, hoc'h eskern a vleunio evel ar geot, dorn an AOTROU a vo anavezet gant e servijerien, hag e gounnar gant e enebourien.

15  Rak setu ma teuio an AOTROU en un tan, e girri a vo evel ur barr-avel, evit treiń e imor e fulor hag e c'hourdrouz e flammoł tan.

16  An AOTROU a raio barnedigezh a-enep pep kig dre an tan ha dre ar c'hleze, ha kalz a vo lakaet d'ar marv gant an AOTROU.

17  Ar re en em santela hag en em c'hlana e-kreiz al liorzhoł, an eil war-lerc'h egile, ar re a zebr kig moc'h, traoł euzhus ha logod, a vo kuzumet a-gevret, eme an AOTROU.

18  Anavezout a ran o oberoł hag o sońjoł. Deuet eo an amzer da zastum an holl vroadoł hag an holl yezhoł. Dont a raint, hag e welint va gloar.

19  Lakaat a rin ur sin en o zouez, hag e kasin o re a vo en em dennet etrezek ar broadoł, etrezek Tarsiz, Pul, Lud, tennerien wareg, Tubal, Javan, hag etrezek an inizi pell n'o deus biskoazh klevet komz diwar-benn va brud, na gwelet va gloar. Embann a raint va gloar e-touez ar broadoł.

20  Hag e tegasint hoc'h holl vreudeur a-douez an holl vroadoł evel ur prof d'an AOTROU, war gezeg, war girri, war leterioł, war vuled, war zremedaled, da'm menez santel, da Jeruzalem, eme an AOTROU, evel ma tegas mibien Israel ur prof en ul lestr glan da di an AOTROU.

21  Hag en o zouez ivez e kemerin hiniennoł da vezań aberzhourien ha Levited, eme an AOTROU.

22  Rak evel ma pado dirazon an neńvoł nevez hag an douar nevez emaon o krouiń, eme an AOTROU, evel-se e pado ho lignez hag hoc'h anv.

23  Hag a loar nevez da loar nevez, a sabad da sabad, pep kig a zeuio hag a azeulo ac'hanon, eme an AOTROU.

24  Hag ez aint er-maez hag e welint korfoł marv an dud o devo pec'het em enep, rak o freńv ne varvo ket hag an tan ne vougo ket, hag e vint evit pep kig un dra euzhus.