LEVR AR PROFED

JEREMIAZ

 

Pennad 1

1  Komzoł Jeremiaz mab Hilkija, unan eus aberzhourien Anatod, e bro Venjamin.

2  Komz an AOTROU a voe disklźriet dezhań e deizioł Jozia mab Amon roue Juda, d'an trizekvet bloaz eus e ren,

3  hag e deizioł Jojakim mab Jozia, roue Juda, betek diwezh an unnekvet bloaz eus Sedesia mab Jozia, roue Juda, betek ma voe Jeruzalem kaset en harlu er pempvet miz.

4  Komz an AOTROU a voe disklźriet din er gerioł-se:

5  A-raok ma em boa da stummet er c'hof, em boa da anavezet, a-raok ma oas deuet eus ar mammog, em boa da santelaet ha da lakaet da brofed evit ar broadoł.

6  Hag e lavaris: A! Aotrou AOTROU, setu, n'ouzon ket komz, rak ez on ur bugel.

7  Hag an AOTROU a lavaras din: Na lavar ket: Ur bugel on, rak mont a ri etrezek an holl re ma kasin ac'hanout, hag e lavari kement a c'hourc'hemennin dit.

8  Na'z pez ket aon dirazo, rak ez on ganit evit da zieubiń, eme an AOTROU.

9  Hag an AOTROU a astennas e zorn hag a stokas ouzh va genoł. Hag an AOTROU a lavaras din: Setu, lakaet em eus va c'homzoł ez kenoł.

10  Sell, lakaet em eus ac'hanout hiziv war ar broadoł ha war ar rouantelezhioł, evit diframmań ha diskar, evit distrujań ha glac'hariń, evit sevel ha plantań.

11  Komz an AOTROU a voe disklźriet din er gerioł-se: Petra a welez, Jeremiaz? Hag e lavaris: Gwelout a ran ur skourr alamandezenn.

12  Hag an AOTROU a lavaras din: Gwelet mat ec'h eus, rak ec'h eveshaan war va c'homz evit he gas da benn.

13  Komz an AOTROU a voe disklźriet din evit an eil gwech er gerioł-se: Petra a welez? Hag e lavaris: Gwelout a ran ur gaoter o virviń, hec'h araog ouzh tu an hanternoz.

14  Hag an AOTROU a lavaras din: Eus an hanternoz eo e tichadenno an droug war holl dud ar vro.

15  Rak setu, emaon o vont da c'hervel holl diegezhioł rouantelezhioł an hanternoz, eme an AOTROU. Dont a raint ha pep hini anezho a lakaio e dron ouzh dorojoł Jeruzalem, hag a-enep he mogerioł en-dro dezhi, hag a-enep holl gźrioł Juda.

16  Hag e tisklźrin va barnedigezhioł a-enep dezho, en abeg d'o holl zrougiezh, dre m'o deus va dilezet, hag o deus kinniget ezańs da zoueoł all, hag o deus stouet dirak oberennoł o daouarn.

17  Te eta, gouriz da zivgroazell ha sav, lavar dezho kement a c'hourc'hemennin dit. Na'z pez ket spont dirazo, gant aon na spontfen ac'hanout dirazo.

18  Rak setu, e lakaan ac'hanout hiziv evel ur gźr greńv, evel ur peul houarn, evel ur voger arem, a-enep an holl vro, a-enep rouaned Juda, a-enep e bennoł, a-enep e aberzhourien, a-enep pobl ar vro.

19  Ober a raint brezel ouzhit, met ne drec'hint ket warnout, rak ez on ganit, eme an AOTROU, evit da zieubiń.

 

Pennad 2

1  Komz an AOTROU a voe disklźriet din er gerioł-se:

2  Kae ha youc'h ouzh divskouarn Jeruzalem, o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Sońj am eus ac'hanout, eus hegarated da yaouankiz, eus karantez da zimeziń, pa zeues war va lerc'h er gouelec'h, en un douar na veze ket hadet.

3  Israel a oa un dra santel d'an AOTROU, bez' e oa frouezh kentań e leve. An holl re a zebre dioutań a oa kablus, an droug a gouezhe warno, eme an AOTROU.

4  Selaouit komz an AOTROU, ti Jakob hag holl diegezhioł ti Israel:

5  Evel-henn e komz an AOTROU: Peseurt direizhder o deus kavet ho tadoł ennon evit pellaat diouzhin, evit kerzhout war-lerc'h mogidelloł, evit dont da vezań moged?

6  N'o deus ket lavaret: Pelec'h emań an AOTROU en deus graet deomp pignat kuit eus bro Ejipt, en deus hor renet dre ar gouelec'h, dre ur vro didud ha digompez, dre ur vro kras e skeud ar marv, dre ur vro na dremene den enni ha na oa den o chom e-barzh?

7  Rak em eus ho lakaet da vont da ur vro a liorzhoł, evit ma tebrot he frouezh hag he madoł, met kerkent ha ma'z oc'h aet enni hoc'h eus saotret va bro, hag hoc'h eus graet un euzhusted eus va hźrezh.

8  An aberzhourien n'o deus ket lavaret: Pelec'h emań an AOTROU? Diwallerien al lezenn n'o deus ket anavezet ac'hanon, ar vźsaerien a zo en em savet em enep, ar brofeded o deus profedet dre Vaal hag a zo aet war-lerc'h ar pezh a zo didalvez.

9  Setu perak e pledin c'hoazh ganeoc'h, eme an AOTROU, hag e pledin gant mibien ho mibien.

10  Tremenit da inizi Kitim ha gwelit! Kasit unan bennak da Gedar hag eveshait mat! Gwelit hag ez eus bet graet un hevelep tra!

11  Hag ez eus ur vroad hag he defe kemmet he doueoł? Ha koulskoude n'int ket doueoł. Va fobl he deus eskemmet he gloar evit ar pezh a zo didalvez.

12  Neńvoł, bezit souezhet a gement-mań, spouronit gant euzh, bezit gwall c'hlac'haret, eme an AOTROU.

13  Rak va fobl he deus graet div wech an droug: va dilezet o deus, me, mammenn an dour a vuhez, ha kleuzet o deus evito puńsoł, puńsoł skalfet na zalc'hont ket an dour.

14  Israel, hag eo ur sklav pe ganet en ti? Perak ez eo deuet da vezań ur preizh?

15  Al leonedigoł o deus yudet a-enep dezhań, lakaet o deus o mouezh da glevout, graet o deus ur gwastadur eus e vro, e gźrioł a zo devet, n'eus den ebet enno.

16  Mibien Nof ha Tapanez o deus debret lein da benn.

17  Kement-se, ha ne c'hoarvez ket ganit dre ma ec'h eus dilezet an AOTROU da Zoue, e-pad ma rene ac'hanout dre an hent?

18  Ha bremań, petra ac'h eus d'ober war hent an Ejipt da evań dour ar Shihor (= an Nil), ha petra ac'h eus d'ober war hent an Asiria da evań dour ar stźr?

19  Da zrougiezh az kastizo, da zianzavadur az kourdrouzo, hag e ouezi hag e weli ez eo un dra fall ha c'hwerv, ma az pefe dilezet an AOTROU da Zoue, ha ma ne vefe ket va doujańs ennout, eme an Aotrou AOTROU an armeoł.

20  Dre ma ec'h eus abaoe pell torret da yev ha dispennet da ereoł, lavaret ec'h eus: Ne vin ken er sklavelezh! Met war bep krec'hienn uhel ha dindan pep gwezenn c'hlas ec'h eus stouet evel ur c'hast.

21  Da blantet em boa evel ur winienn dispar, an holl blantennoł eus ur spesad gwirion, penaos ez out cheńchet evidon en ur winienn diavaeziat?

22  Pa en em walc'hfes gant nitrat, o kemer soavon e-leizh, da zireizhder a chomfe merket dirazon, eme an Aotrou AOTROU.

23  Penaos e lavarez: N'on ket saotret, n'on ket aet war-lerc'h ar Baaled? Sell da gammedoł en draonienn, anzav ar pezh ac'h eus graet, dremedal skańv o kantreal,

24  azenez gouez kustumet d'ar gouelec'h o fronań an avel e c'hoant hec'h entan, piv a harzo anezhi en he c'hoantegezh? Nikun eus ar re a glask anezhi ne vo skuizhet, he c'havout a raio en he mizioł.

25  Harz da droad da vezań divot, ha da c'houzoug da gaout sec'hed. Met lavaret ec'h eus: Dispi eo! Nann, rak karout a ran an diavaezidi, hag ez in war o lerc'h.

26  Evel ma'z eo mezhek al laer pa'z eo tapet, evel-se e vo mezhek re di Israel, int, o rouaned, o fennoł, o aberzhourien, o frofeded,

27  a lavar d'ar c'hoad: Te eo va zad, ha d'ar maen: Va ganet ec'h eus. Troet o deus o c'hein ouzhin ha nann o dremm, hag en amzer o gwalleur e lavaront: Sav ha savete ac'hanomp!

28  Pelec'h emań an doueoł ac'h eus graet? Ra savint, mar gellont da saveteiń en amzer da walleur. Rak da zoueoł, o Juda, a zo ken niverus ha da gźrioł!

29  Perak e pledfec'h ganin? Holl ez oc'h en em savet a-enep din, eme an AOTROU.

30  Skoet em eus war o mibien en aner, n'o deus ket degemeret ar c'helennadur. Ho kleze en deus lonket ho profeded, evel ul leon distrujer.

31  O rummad! Eveshait ouzh komz an AOTROU: Ha bet on ur gouelec'h evit Israel? Pe un douar a deńvalijenn? Perak he deus lavaret va fobl: Hor mistri omp, ne zeuimp ken da'z kavout?

32  Ar werc'hez, hag ec'h ankounac'hafe he dilhad kaer, hag ar wreg yaouank he braveri? Va fobl he deus ankounac'haet ac'hanon e-pad deizioł diniver.

33  Pegen ijinus ez out ez hentoł, evit klask karantez! Ha zoken ec'h eus desket da dorfedoł d'ar re zrouk.

34  Betek pleg da sae zoken emań gwad eneoł ar re zidamall baour, na'z poa ket kavet en disentidigezh.

35  Koulskoude e lavarez: Ya, didamall on! A-dra-sur, e tistroio e gounnar diouzhin. Setu ez an da varn ac'hanout war ar pezh a lavarez: Ne'm eus ket pec'het.

36  Perak hastań kement evit cheńch da hent? Bez' ez po mezh eus an Ejipt, evel ma ec'h eus bet mezh eus Asiria.

37  Ac'hane ivez e teui, da zaouarn war da benn, rak an AOTROU en deus distaolet ar re a fiziez enno, ha ne ri ket berzh en o c'hichen.

 

Pennad 3

1  Lavaret eo: Mar kas un den e wreg kuit, hag o vezań aet digantań, ma teu houmań da vezań d'ur gwaz all, hag e tistroio c'hoazh d'he c'havout? Ha ne vefe ket e gwirionez saotret ar vro? Ha te ac'h eus gastaouet gant meur a amourouz; koulskoude, distro ouzhin, eme an AOTROU.

2  Sav da zaoulagad etrezek an uhellec'hioł ha sell: Pelec'h ne'c'h eus ket gastaouet? En em zerc'hel a raes war an hentoł evel un Arab er gouelec'h, ha saotret ec'h eus ar vro dre da c'hastaouerezh ha da zrougiezh.

3  Setu perak eo bet dalc'het ar c'haouadoł, ha n'eus ket bet glav an diwezhań amzer. Ha tal ur ribodez ac'h eus bet, n'eo ket fellet dit kaout mezh.

4  Bremań e kriez etrezek ennon: Va zad! Mignon va yaouankiz ez out!

5  Ha mirout a raio bepred e vrouez? Hag he dalc'ho da viken? Evel-se e komzez, hag e rez an droug, hag e peurc’hra anezhań.

6  An AOTROU a lavaras din en deizioł ar roue Jozia: Ha gwelet ec'h eus ar pezh he deus graet Israel an adfeilherez? Aet eo war bep menez uhel ha dindan pep gwezenn c'hlas d'en em reiń d'ar gasterezh.

7  Hag e lavaren: Goude bezań graet an holl draoł-se, e tistroio da'm c'havout. Met n'eo ket distroet, hag he c'hoar Juda ar c'hanazez a welas kement-se.

8  Hag em eus gwelet penaos, petra bennak ma em eus kaset kuit Israel an adfeilherez en abeg d'he avoultriezh, ha ma em eus roet dezhi he skrid a dorr-dimeziń, Juda ar c'hanazez n'he deus ket bet aon, hag eo en em roet d'ar gasterezh hi ivez.

9  Gant trouz he diroll he deus saotret ar vro. Graet he deus avoultriezh gant ar maen ha gant ar c'hoad.

10  Hag en desped da gement-se holl, Juda he c'hoar c'hanas n'eo ket distroet ouzhin a-greiz he c'halon, met gant touell, eme an AOTROU.

11  Evel-henn e komz an AOTROU: Israel an adfeilherez a zo en em ziskouezet reishoc'h eget Juda ar c'hanazez.

12  Kae ha youc'h ar c'homzoł-mań etrezek an hanternoz, lavar: Distro, Israel an adfeilherez, eme an AOTROU, ha ne rin ket kouezhań va c'hounnar warnoc'h, rak trugarezus on, eme an AOTROU, ne virin ket va c'hounnar da viken.

13  Anzav da zireizhder, ma'z out en em savet a-enep an AOTROU da Zoue, ma ec'h eus troet amań-ahont da gammedoł etrezek an diavaezidi dindan pep gwezenn c'hlas, ha ma ne'c'h eus ket selaouet va mouezh, eme an AOTROU.

14  Distroit, mibien adfeilherien, eme an AOTROU, rak me eo hoc'h ozhac'h. Ho kemer a rin, unan eus ur gźr, daou eus un tiegezh, hag ho tegasin en-dro da Sion.

15  Hag e roin deoc'h mźsaerien hervez va c'halon, a beuro ac'hanoc'h gant anaoudegezh ha poell.

16  Pa ho po kresket ha liesaet war an douar, en deizioł-se, eme an AOTROU, ne vo ken komzet eus arc'h emglev an AOTROU. Ne zistroio ken d'ar sońj, ne vo ken meneget, ne vo ken gweladennet, ne vo ket adc'hraet.

17  En amzer-se e vo galvet Jeruzalem: Tron an AOTROU. An holl vroadoł en em zastumo e Jeruzalem en anv an AOTROU, ha ned aint ken war-lerc'h kaleter o c'halon fall.

18  En deizioł-se ti Juda a gerzho gant ti Israel, hag e teuint a-gevret eus bro an hanternoz d'ar vro am eus roet evel hźrezh d'ho tadoł.

19 Ha me, me am eus lavaret: Penaos e lakain ac'hanout e-touez va mibien, hag e roin dit ur vro a zudioł, gwellań hźrezh armeoł ar broadoł? Hag em eus lavaret: Va gervel a ri: Va zad! Ha ne zistroi ket diouzhin.

20  Met evel ma'z eo ur wreg disleal e-keńver he fried, evel-se oc'h bet disleal em c'heńver, ti Israel, eme an AOTROU.

21  Ur vouezh a voe klevet war an uhellec'hioł, goueladegoł ha garmoł mibien Israel, rak gwashaet o deus o hentoł, hag ankounac'haet o deus an AOTROU o Doue.

22  Distroit, mibien disent, yac'haat a rin ho tianzavadur. Setu e teuomp da'z kavout, rak an AOTROU hon Doue ez out.

23  A-dra-sur, en aner emaomp en gortoz eus ar c'hrec'hiennoł hag eus niver ar menezioł. A-dra-sur, en AOTROU hon Doue eo silvidigezh Israel.

24  Ar vezh he deus debret labour hon tadoł adalek hor yaouankiz, o deńved hag o saout, o mibien hag o merc'hed.

25  Gourvezet omp en hor mezh, ha goloet gant hon dismegańs! Rak pec'het hon eus a-enep an AOTROU hon Doue, ni hag hon tadoł, adalek hor yaouankiz ha betek hiziv, ha n'hon eus ket sentet ouzh mouezh an AOTROU hon Doue.

 

Pennad 4

1  Israel, mar distroez, eme an AOTROU, mar distroez da'm c'havout, mar lamez da euzhusted a-zirazon, ne vi ken o kantreal,

2  hag e toui: Bev eo an AOTROU! e gwirionez, en eeunder hag e reizhder, hag ar broadoł a vo benniget ennań hag a gavo gloar ennań.

3 Evel-henn e komz an AOTROU da dud Juda ha da Jeruzalem: Difraostit un douar nevez, ha na hadit ket e-touez ar spern.

4  Bezit amdroc'het evit an AOTROU ha lamit pod-mezenn ho kalonoł, tud Juda hag annezidi Jeruzalem, gant aon na zeufe va fulor er-maez evel un tan, ha na entanfe hep na vefe den da vougań anezhań, en abeg da fallentez hoc'h oberoł.

5  Disklźriit e Juda hag embannit e Jeruzalem, sonit ar shofar er vro, youc'hit a vouezh kreńv, lavarit: En em zastumit hag eomp d'ar c'hźrioł kreńv!

6  Savit ar banniel etrezek Sion, tec'hit ha n'ehanit ket, rak e kasan eus an hanternoz an droug hag un distruj bras.

7  Al leon a bign er-maez eus e doull, distrujer ar broadoł a zo o kerzhout, deuet eo kuit eus e lec'h, evit ober eus da vro ur glac'har. Da gźrioł a vo distrujet, ha ne vo den o chom enno.

8  Setu perak en em c'hourizit a seier, hirvoudit ha huanadit, rak kounnar entanet an AOTROU n'eo ket distroet diwarnomp.

9  Hag en deiz-se, eme an AOTROU, kalon ar roue ha kalon ar pennoł a vo spouronet, an aberzhourien a vo souezhet, hag ar brofeded a vo sebezet.

10  Hag em eus lavaret: A Aotrou AOTROU! E gwirionez ec'h eus touellet ar bobl-mań ha Jeruzalem, o lavarout: Ar peoc'h ho po! Met ar c'hleze a zeu betek an ene.

11  En amzer-se e vo lavaret d'ar bobl-mań ha da Jeruzalem: Un avel skarnil a c'hwezh eus lec'hioł uhel ar gouelec'h war hent merc'h va fobl, met n'eo ket evit gwentań nag evit naetaat.

12  Spontusoc'h eo an avel a zeuio eus va ferzh. Bremań e tisklźrin va barnedigezhioł warno.

13  Setu e pign evel koumoul, e girri a zo evel ur gorventenn, e gezeg a zo skańvoc'h eget an erered. Gwalleur deomp! An distruj a zo warnomp!

14  Jeruzalem, disaotr da galon eus an droug evit ma vi saveteet. Betek pegeit e vo o chom ez tiabarzh da sońjoł direizh?

15  Rak ur vouezh a zegas keloł adalek Dan, hag a gemenn ar glac'har adalek menez Efraim.

16  Roit da glevout kement-mań d'ar broadoł, setu, henn embannit a-enep Jeruzalem: Sezizerien a zeu eus ur vro bell, hag e laoskont kriadennoł a-enep kźrioł Juda.

17  Emaint tro-dro dezhi evel ar re a ziwall ur park, rak eo bet disent ouzhin, eme an AOTROU.

18  Da hent ha da oberoł o deus degaset an traoł-se dit, frouezh da zrougiezh eo. Kement-se a zo c'hwerv, ya, tizhout a ra betek da galon.

19  Va c'hof! Va c’hof! Poan am eus en diabarzh va c'halon! Va c'halon a lamm, ne c'hellan ket tevel, rak o va ene, klevet ec'h eus son ar shofar, kri ar brezel.

20  Distruj war zistruj a zo embannet, rak an holl vro a zo gwastet. Va zeltennoł a zo gwastet a-daol-trumm, ha va zinelloł en ur par berr.

21  Betek pegeit e welin ar banniel, hag e klevin son ar shofar?

22  Va fobl a zo diskiant, n'anavezont ket ac'hanon. Mibien sot, diboell, barrek d'ober an droug, n'ouzont ket ober ar mad.

23  Sellout a ran ouzh an douar, ha setu emań dizoare ha goullo, ouzh an neńvoł, n'eus ken a sklerijenn.

24  Sellout a ran ouzh ar menezioł, ha setu e vrańsellont, hag an holl grec'hioł a zo hejet.

25  Sellout a ran, ha setu n'eus den ebet, hag holl laboused an neńvoł o deus tec'het.

26  Sellout a ran, ha setu ar C'harmel a zo ur gouelec'h, hag e holl gźrioł a zo distrujet dirak an AOTROU, dirak e gounnar entanet.

27  Evel-henn e komz an AOTROU: An holl vro a vo nemet drasterezh, met ne gasin ket an distruj da benn.

28  En abeg da-se e vo e kańv an douar, hag e vo du an neńvoł d'an nec'h, rak em eus lavaret, em eus graet va mennozh, ne'm eus ket keuz, ha ne zislavarin ket.

29  An holl gźrioł a dec'h gant trouz ar varc'hegerien hag ar waregerien. Mont a reont er c'hoadegi, pignat a reont war ar reier, an holl gźrioł a zo dilezet, ne chom den ebet enno.

30  Ha te, an hini zistrujet, petra a ri? Petra bennak ma wiskez ruz-moug, ma en em ginklez gant bragerizoł aour, ma vordez da zaoulagad gant livadur, en aner eo en em gaeraez, da amourouzien a zispriz ac'hanout, da vuhez eo a glaskont.

31  Klevet em eus evel kriadenn ur vaouez er poanioł, evel enkrez ur vaouez en he c'hentań gwilioud, kriadenn merc'h Sion o huanadiń, oc'h astenn he daouarn: A! Gwalleur din! Rak va ene a bleg dindan ar vuntrerien.

 

Pennad 5

1  Kit da bourmen dre straedoł Jeruzalem, sellit, eveshait, klaskit war al leurennoł, mar kavit un den, unan hepken, oc'h ober ar reizhder hag o klask ar wirionez, e pardonin dezhi.

2  Zoken pa lavaront: Bev eo an AOTROU! e gaou eo e touont.

3  AOTROU! Ha n'eo ket ouzh ar wirionez e sell da zaoulagad? Skoet ac'h eus warno, ha n'o deus poan ebet. Kuzumiń a rez anezho, ha ne fell ket dezho degemer ar gentel. Kaledet o deus o dremm muioc'h eget ur roc'h, ha nac'het o deus distreiń.

4  Lavaret em eus: N'eo nemet ar re-vihan en em ziskouez diskiant, rak n'anavezont ket hent an AOTROU.

5  Mont a rin etrezek ar re vras da gomz outo, rak int a anavez hent an AOTROU ha barnedigezh o Doue. Met int ivez o deus torret ar yev ha dispennet an ereoł!

6  Setu perak leon ar c'hoad a lazh anezho ha bleiz ar gouelec'h o distruj; al loupard a zo war-c'hed a-enep o c'hźrioł, an neb a zeuio er-maez diouto a vo lonket, rak kresket o deus o disentidigezh ha kennerzhet o dianzavadur.

7  Perak e pardonin dit? Da vibien o deus va dilezet, hag e touont dre ar pezh n'eo ket doue. Me am eus roet dezho o gwalc'h, hag o deus graet avoultriezh, aet int a-vernioł da di ar c'hast.

8  Bez' ez int evel kezeg war o gwalc'h o redek amań hag ahont, pep hini o c'hwirinat war-lerc'h gwreg e nesań.

9  Ha ne gastizin ket evit an traoł-se, eme an AOTROU, ha n'en em veńjo ket va ene eus un hevelep broad?

10  Pignit war he mogerioł ha diskarit anezho, met na gasit ket an distruj da benn, lamit ar brankoł-se rak n'int ket d'an AOTROU.

11  Rak ti Israel ha ti Juda a zo en em renet evel trubarded em c'heńver, eme an AOTROU.

12  Dinac'het o deus an AOTROU, hag o deus lavaret: N'eo ket eń! An droug ne zeuio ket warnomp, ne welimp nag ar c'hleze nag ar gernez.

13  Ar brofeded n'int nemet avel, ha n'eus komz ebet enno. Ra vo graet dezho evel-se.

14  Setu perak evel-henn e komz an AOTROU, Doue an armeoł: Peogwir hoc'h eus disklźriet ar gomz-mań, e lakain va c'homzoł da vezań un tan ez kenoł, hag ar bobl-mań da vezań koad a vo pulluc'het gantań.

15  Setu, e tegasin a-enep deoc'h ur vroad eus a-bell, ti Israel, eme an AOTROU. Ur vroad galloudus eo, ur vroad kozh, ur vroad n'anavezi ket he yezh ha na glevi ket ar pezh a lavaro.

16  He c'hlaouier-biroł a vo evel ur bez digor, holl ez int tud kalonek.

17  Lonkań a raio da eost ha da vara, lonkań a raio da vibien ha da verc'hed, lonkań a raio da zeńved ha de ejened, lonkań a raio da winienn ha da wezenn-fiez, distrujań a raio gant ar c'hleze da gźrioł kreńv ma fizies enno.

18  Koulskoude en deizioł-se, eme an AOTROU, ne gasin ket an distruj da benn.

19  Hag e lavarint: Perak en deus an AOTROU hon Doue graet an holl draoł-se deomp? Hag e lavari dezho: Evel ma hoc'h eus va dilezet ha ma hoc'h eus servijet doueoł estren en ho pro, evel-se e servijot diavaezidi en ur vro na vo ket deoc'h.

20  Roit da anavezout kement-mań da di Jakob, henn embannit e Juda, en ur lavarout:

21  Selaou eta kement-mań, pobl sot ha diboell: Daoulagad hoc'h eus ha ne welit ket, divskouarn hoc'h eus ha ne glevit ket.

22  Ha ne zoujot ket ac'hanon, eme an AOTROU, ha ne grenot ket dirazon? Me am eus lakaet an traezh evel harz d'ar mor, dre ur reolenn beurbadus na dremeno ket. E goummoł a fińv met dic'halloud int, krozal a reont met ne dremenint ket dreist.

23  Met ar bobl-mań he deus ur galon amjestr ha disent, aet int war adreńv, aet int kuit.

24  Ne lavaront ket en o c'halon: Doujomp eta an AOTROU hon Doue, eń hag a ro glav ar c'hentań hag an diwezhań amzer, hag a vir evidomp ar sizhunioł merket evit an eost.

25  Ho tireizhder en deus pellaet an roidigezhioł-se, ho pec'hedoł o deus forc'het ac'hanoc'h eus ar madoł-se.

26  Rak en em savet eo em fobl tud drouk a spi evel al labousetaer hag a stegn antelloł, bantań a reont pejoł hag e tapont tud.

27  Evel m'eo ur gaoued leun a laboused, ez eo o ziez leun a douell. Evel-se eo ez int deuet da vezań bras ha pinvidik.

28  Lartaet int hag e lugernont. Aet int dreist oberoł ar re zrouk, ne zifennont ket ar gwir, gwir an emzivad, hag e reont berzh. Ne lakaont ket da dalvezout gwirioł ar beorien.

29  Ha ne gastizin ket evit an traoł-se, eme an AOTROU, ha n'en em veńjo ket va ene eus un hevelep broad?

30  Un dra c'hlac'harus hag euzhus a c'hoarvez er vro:

31  Ar brofeded a brofed gevier, an aberzhourien a ren drezo, ha va fobl he deus kavet plijadur e kement-se. Petra a reot pa zeuio an diwezh?

 

Pennad 6

1  Mibien Benjamin, tec'hit eus kreiz Jeruzalem, sonit ar shofar e Tekoa, savit un arouez-tan e Bet-Hakerem, rak an droug a zeu eus an hanternoz hag un distruj bras.

2  An hini gaer, an hini flour, merc'h Sion, me a zistrujo anezhi.

3  Etrezek enni e teuio ar vźsaerien gant o zropelloł. Sevel a raint o zeltennoł en-dro dezhi, pep hini o peuriń en e dakad.

4  Kempennit ar brezel a-enep dezhi! Deomp! Pignomp e-kreiz an deiz! Siwazh, an deiz a ziskenn, hag ec'h astenn skeudoł an abardaez.

5  Deomp! Pignomp e-kreiz an noz! Distrujomp he falezioł!

6  Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoł: Troc'hit ar gwez, savit tosennoł a-enep Jeruzalem. Amań emań ar gźr da gastizań, n'eus nemet gwaskerezh en he c'hreiz.

7  Evel ma strink ur feunteun he doureier, evel-se e strink he drougiezh. Ne vez klevet enni nemet taerder ha distruj, hag ez eus dalc'hmat dirazon gloazioł ha goulioł.

8  Jeruzalem, degemer ar gelennadurezh, gant aon na zistagfe va ene diouzhit, ha gant aon na rafen ac'hanout ur gouelec'h, un douar didud.

9  Evel-henn e komz AOTROU an armeoł: Raspaet e vo nemorant Israel evel ur winienn, adlaka da zorn er paneroł evel ur mendemer.

10  Ouzh piv e komzin ha da biv e lavarin, ma vin selaouet? Setu, o skouarn a zo diamdroc'h, ha ne c'hellont ket klevout. Setu, komz an AOTROU a zo evito un dra disprizus, ne gavont plijadur ebet enni.

11  Neuze ez on leun a fulor an AOTROU, ha skuizh on ouzh he derc'hel. Skuilh hi war ar vugale er straed, ha war vodadeg ar re yaouank. Rak ar gwaz hag ar wreg a vo tapet, ar c'hozhiad hag an hini bec'hiet a zeizioł.

12  O ziez a dremeno da reoł all, gant ar parkeier hag ar gwragez, rak astenn a rin va dorn war dud ar vro, eme an AOTROU.

13  Rak adalek ar bihanań betek ar brasań anezho, pep hini en em ro d'ar gounid dizonest, eus ar profed d'an aberzhour, holl e reont gant touell.

14  Louzaouet o deus gouli merc'h va fobl diwar skańv, en ur lavarout: Peoc'h! Peoc'h! Ha n'eus ket a beoc'h.

15  Hag o deus bet mezh da vezań graet traoł euzhus? Nann, n'o deus bet mezh ebet a gement-se, ha n'ouzont ket petra eo ruziań. En abeg da-se e kouezhint gant ar re a gouezh, ha pa rin war o zro e vint diskaret, eme an AOTROU.

16  Evel-henn e komz an AOTROU: En em zalc'hit war an hentoł ha sellit, klaskit ar gwenodennoł a-wechall; int eo an hent mat ha kerzhit warnań, hag e kavot diskuizh d'hoc'h eneoł. Met e lavaront: Ne gerzhimp ket warno.

17  Lakaet em eus warnoc'h gedourien a lavar: Selaouit ouzh son ar shofar. Met e lavaront: Ne selaouimp ket.

18  C'hwi eta, broadoł, selaouit! Ha c'hwi, bodadenn ar pobloł, anavezit ar pezh a erruo ganto!

19  Selaou, douar! Setu ez an da zegas war ar bobl-mań un droug a vo frouezh o sońj, rak n'o deus ket selaouet ouzh va c'homzoł, ha taolet o deus kuit va lezenn.

20  Petra am eus d'ober gant an ezańs eus Seba hag ar gorzenn frondus eus ur vro bell? Ho loskaberzhoł ne blijont ket din ha ne gavan ket dereat hoc'h aberzhoł.

21  Setu perak evel-henn e komz AOTROU: Setu, emaon o vont da lakaat dirak ar bobl-mań mein-kouezh, hag e kouezho en o enep tadoł ha mibien a-gevret, amezeien ha mignoned, hag ez aint da goll.

22  Evel-henn e komz an AOTROU: Ur bobl a zeu eus bro an Hanternoz, ur vroad vras a savo eus pennoł an douar.

23  Kemer a raint ar wareg hag al lańs, garv ez int ha didruez, o mouezh a groz evel ar mor, ha pignet war gezeg-red, int renket evel un den a vrezel a-enep dit, merc'h Sion.

24  Klevet hon eus an trouz a gement-se, hon daouarn a zeu da vezań laosk, an enkrez a grog ennomp, poanioł evel ur vaouez o wilioudiń.

25  N'it ket d'ar parkeier ha na gerzhit ket war an hentoł, rak kleze an enebour hag ar spont a zo e pep lec'h tro-dro.

26  Merc'h va fobl, en em c'houriz eus ur sac'h ha ruilh el ludu, bez e kańv evel evit ur mab nemetań, ha gouel daeroł c'hwerv-meurbet, rak an distrujer a zeu buan warnomp.

27  Da lakaet em eus evel un eveshaer e-kreiz va fobl, evel ur c’hreńvlec’h, evit ma'c'h anavezi ha ma'c'h amproui o hent.

28  Holl int disent, ha muioc'h eget disent, droukkomzerien, evel arem hag houarn, holl int aet brein.

29  Ar c'hwezherez a zo devet, ar plom a deuz gant an tan, en aner eo e teuzer hag ec'h adteuzer, an droug ne zistag ket.

30  Galvet e vint: Arc'hant distaolet, rak an AOTROU o distaol.

 

Pennad 7

1  Ar gomz a voe disklźriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioł-se:

2  En em zalc'h ouzh dor ti an AOTROU, hag ac'hane youc'h ar gomz-mań o lavarout: Selaouit komz an AOTROU, c'hwi holl tud Juda a ya dre an dorojoł-mań evit stouiń dirak an AOTROU.

3  Evel-henn e komz AOTROU an armeoł, Doue Israel: Adreizhit hoc'h hentoł hag hoc'h oberoł, hag ho lakain da chom el lec'h-mań.

4  Na fiziit ket e komzoł touellus, en ur lavarout: Amań eo templ an AOTROU, templ an AOTROU, templ an AOTROU!

5  Adreizhit, ya adreizhit hoc'h hentoł hag hoc'h oberoł, grit an reizhder an eil e-keńver egile,

6  na rit ket gaou ouzh an diavaeziad, ouzh an emzivad, ouzh an intańvez, na skuilhit ket el lec'h-mań ar gwad didamall, n'it ket war-lerc'h an doueoł all evit ho tistruj,

7  hag ho lakain da chom el lec'h-mań, er vro am eus roet d'ho tadoł a gantved da gantved.

8  Setu e fiziit e komzoł touellus, hep gounid ebet.

9  Petra! Laerezh a rit, muntrań a rit, avoultriń a rit, touiń a rit e gaou, kinnig a rit ezańs da Vaal, mont a rit war-lerc'h doueoł all n'anavezit ket,

10  ha goude-se e teuit da stouiń dirazon, en ti-mań ma'z eo galvet va anv warnań, hag e lavarit: Dieubet omp bet, evit ober an holl draoł euzhus-se!

11  An ti-mań ma'z eo galvet va anv warnań, ha n'eo ket d'ho taoulagad nemet ur c'havarn laeron? Ha setu, me a wel kement-se, eme an AOTROU.

12  Kit da'm lec'h a oa e Silo, ma em boa lakaet va anv da chom ennań er penn-kentań, ha gwelit ar pezh am eus graet en abeg da zrougiezh va fobl Israel.

13  Ha bremań, peogwir e rit an oberoł-se, eme an AOTROU, hag em eus komzet deoc'h, komzet adalek ar beure ha n'hoc'h eus ket selaouet, peogwir em eus ho kalvet ha n'hoc'h eus ket respontet din,

14  e rin d'an ti-mań ma'z eo galvet va anv warnań ha ma fiziit ennań, d'al lec'h-mań am eus roet deoc'h ha d'ho tadoł, evel ma em eus graet da Silo.

15  Me a zistaolo ac'hanoc'h a-zirak va dremm, evel ma em eus distaolet hoc'h holl vreudeur, holl lignez Efraim.

16  Te, na bed ket evit ar bobl-mań, na sav evito na klemm na aspedenn, na c'houlenn netra diganin rak ne selaouin ket ouzhit.

17  Ha ne welez ket ar pezh a reont e kźrioł Juda hag e straedoł Jeruzalem?

18  Ar vibien a zastum koad, an tadoł a enaou an tan, ar maouezed a vez an toaz, evit ober gwestell da rouanez an neńvoł hag evadkinnigoł da zoueoł estren, hag evit va imoriń.

19  Ha me eo a imoront? eme an AOTROU. Ha n'eo ket int o-unan, evit mezh o dremm?

20  Setu perak, evel-henn e komz an AOTROU: Setu, va c'hounnar, va fulor a gouezho war al lec'h-mań, war an dud ha war al loened, war gwez ar parkeier ha war frouezh an douar, va fulor a zevo ha ne vo ket mouget.

21  Evel-henn e komz AOTROU an armeoł, Doue Israel: Lakait ho loskaberzhoł gant hoc'h aberzhoł, ha debrit ar c'hig anezho.

22  Rak ne'm eus ket komzet gant ho tadoł ha ne'm eus ket roet gourc'hemennoł, en deiz ma em eus tennet anezho eus bro Ejipt, diwar-benn al loskaberzhoł hag an aberzhoł.

23  Met setu amań ar pezh am eus gourc'hemennet ha lavaret dezho: Selaouit ouzh va mouezh hag e vin ho Toue hag e viot va fobl, kerzhit war an holl hentoł a c'hourc'hemennan deoc'h, evit ma'z aio mat an traoł ganeoc'h.

24  Met n'o deus ket selaouet, n'o deus ket roet o skouarn, heuliet o deus kuzulioł ha kaleter o c'halon fall, hag int en em zistroet a-dreńv e-lec'h dont da'm c'havout.

25  Abaoe an deiz m'eo deuet ho tadoł eus bro Ejipt betek hiziv, em eus kaset deoc'h va holl servijerien ar brofeded, o c'haset em eus deoc'h bemdez, adalek ar beure.

26  Met n'o deus ket selaouet, n'o deus ket roet o skouarn, reudet o deus o gouzoug, graet o deus gwashoc'h eget o zadoł.

27  Lavarout a ri dezho an holl gomzoł-mań, met ne selaouint ket. Krial a ri war o lerc'h, met ne respontint ket.

28  Neuze e lavari dezho: Amań emań ar vroad na selaou ket mouezh an AOTROU he Doue ha na zegemer ket ar gelennadurezh. Ar wirionez a zo aet da goll, lamet eo diouzh o genoł.

29  Touz da vlev ha taol anezho pell, ha disklźr ur werz war an tosennoł, rak an AOTROU en deus taolet kuit ha dilezet rummad e gounnar.

30  Rak mibien Juda o deus graet ar pezh a zo fall dirak va daoulagad, eme an AOTROU, lakaet o deus o euzhusterioł en ti ma'z eo galvet va anv warnań, evit e saotrań.

31  Savet o deus uhellec'hioł da Dofed e traonienn mab Hinnom, evit deviń dre an tan o mibien hag o merc'hed, ar pezh na'm boa ket gourc'hemennet, ha na'm boa ket sońjet ennań.

32  Setu perak e teu an deizioł, eme an AOTROU, ma ne vo ken lavaret: Tofed, na: Traonienn mab Hinnom, met: Traonienn al lazhadeg. Hag e vo sebeliet e Tofed dre ziouer a lec'h.

33  Korfoł marv ar bobl-mań a vo boued da laboused an neńvoł ha da loened an douar, ha ne vo den da drubuilhań anezho.

34  Hag e lakain da baouez e kźrioł Juda hag e straedoł Jeruzalem mouezh ar joa ha mouezh al levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac'h-nevez, rak ar vro a vo gwastet.

 

Pennad 8

1  En amzer-se, eme an AOTROU, e vo taolet eskern rouaned Juda, eskern e brińsed, eskern e aberzhourien, eskern e brofeded hag eskern tud Jeruzalem, er-maez eus o bezioł.

2  Astennet e vint dirak an heol, dirak al loar ha dirak holl arme an neńvoł, o deus karet, o deus servijet, o deus kerzhet war o lerc'h, o deus klasket, hag o deus stouet dirazo. Ne vint ket dastumet na sebeliet, met e vint evel teil war c'horre an douar.

3  Ar marv a vo gwelloc'h eget ar vuhez evit an holl re a vano eus ar ouenn fall-se, a vano en holl lec'hioł ma em bo o c'haset, eme AOTROU an armeoł.

4  Lavarout a ri dezho: Evel-henn e komz AOTROU: Mar kouezher, ha ne adsaver ket? Mar distroer, ha ne zeuer ket en-dro?

5  Perak he deus adfeilhet ar bobl-se eus Jeruzalem en un adfeilh padus? Kenderc'hel a reont en douellerezh, dinac'hań a reont distreiń.

6  Selaouet em eus ha klevet: Ne gomzont ket hervez ar reizhder, n'eus den o kaout keuz d'e zrougiezh hag o lavarout: Petra am eus graet? Holl e tistroont d'o redadenn, evel ur marc'h a zilamm d'ar brezel.

7  Ar c'hwibon zoken, en oabl, a oar hec'h amzerioł, an durzhunell, ar wennili hag ar c'haran a zouj amzer o donedigezh, met va fobl n'anavez ket barnedigezh an AOTROU.

8  Penaos e lavarit: Fur omp, ha lezenn an AOTROU a zo ganeomp? Met setu, pluenn c'haouiat ar skribed he deus labouret evit ar gaou.

9  Ar furien a zo mezhek, spouronet ez int ha tapet, rak taolet o deus kuit komz an AOTROU. Ha pebezh furnez o deus?

10  Setu perak e roin o gwragez da reoł all hag o farkeier da berc'henned nevez, rak adalek ar bihanań betek ar brasań, pep hini en em ro d'ar gounid dizonest, adalek ar profed betek an aberzhour, holl e reont gant touell.

11  Louzaouet o deus gouli merc'h va fobl diwar skańv, en ur lavarout: Peoc'h! Peoc'h! Ha n'eus ket a beoc'h.

12  Hag o deus bet mezh da vezań graet traoł euzhus? Nann, n'o deus bet mezh ebet a gement-se, ha n'ouzont ket petra eo ruziań. En abeg da-se e kouezhint gant ar re a gouezh, hag e vint diskaret da vare ma rin war o zro, eme an AOTROU.

13  Me o lamo kuit holl, eme an AOTROU, n'eus rezin ebet er winienn, n'eus fiezenn ebet er wezenn-fiez, ar delienn a zo gweńvet, ar pezh am eus roet dezho a vo lamet diganto.

14  Perak e chomomp azezet? Bodadit, deomp d'ar c'hźrioł kreńv, ha bezomp didrouz eno, rak an AOTROU hon Doue en deus graet deomp tevel, ha roet deomp dour ampoezonet da evań, rak hon eus pec'het a-enep an AOTROU.

15  Gortoz a raemp ar peoc'h, met n'eus netra vat, amzer ar yec'hed, met setu ar spont.

16  Diouzh tu Dan e vez klevet c'hwirinadeg e gezeg, an holl zouar a gren gant trouz gourriziadennoł e re greńv. Dont a reont da zebriń ar vro hag ar pezh a zo enni, kźr hag ar re a zo o chom enni.

17  Rak setu e kasan a-enep deoc'h naered, naered-gwiber, ha n'eus strobinell ebet a-enep dezho, hag e krogint ennoc'h, eme an AOTROU.

18  A! Ehan evit va glac'har! Va c'halon he deus poan em c'hreiz.

19  Setu mouezh merc'h va fobl, o krial eus ur vro bell: Ha n'emań ken an AOTROU e Sion? Ha n'emań ken he roue en he c'hreiz? Perak o deus va imoret gant o skeudennoł kizellet, gant mogidelloł an diavaezidi?

20  An eost a zo tremenet, an hańv a zo echu, ha n'omp ket dieubet.

21  Blońset on en abeg da vlońs merc'h va fobl, er c'hańv on, ar glac'har en deus kroget ennon.

22  Ha n'eus ket a valzam e Galaad? Ha n'eus ket a vedisin eno? Perak eta n'eo ket yac'haet gouli merc'h va fobl?

 

Pennad 9

1  O! Perak n'eo ket va fenn evel dour, ha va daoulagad evel ur feunteun a zaeroł? Gouelań a rafen deiz ha noz war re varv merc'h va fobl.

2  O! Perak ne'm eus ket er gouelec'h ul lochenn evit beajour? Dilezel a rafen va fobl hag ez afen pell diganto, rak holl int avoultrerien hag ur vandenn c'hanazed.

3  Stegnań a reont o zeod evel ur wareg evit ar gaou. N'eo ket evit ar wirionez ez int galloudus er vro, rak mont a reont eus drougiezh da zrougiezh, ha n'anavezont ket ac'hanon, eme an AOTROU.

4  Ra ziwallo pep hini ouzh e vignon ha ra ne fizio e breur ebet, rak pep breur a glask distroadań, ha pep mignon a skuilh drouklavaroł.

5  Pep hini a ra goap eus e nesań, ne lavaront ket ar wirionez, graet o deus d'o zeod lavarout gevier, aet int skuizh oc'h ober an droug.

6  Da chomlec'h a zo e-kreiz an touellerezh, dre o zouellerezh eo e nac'hont va anavezout, eme an AOTROU.

7  Setu perak evel-henn e komz AOTROU an armeoł: Setu ez an d'o zeuziń ha d'o amprouiń, rak penaos e rafen e-giz-all e-keńver merc'h va fobl?

8  O zeod a zo ur bir lazhus a lavar gevier. Pep hini en deus ar peoc'h en e c'henoł gant e nesań, met en e galon e stegn antelloł dezhań.

9  Ha ne gastizin ket anezho evit an traoł-se, eme an AOTROU, ha n'en em veńjo ket va ene eus un hevelep broad?

10  War ar menezioł e savin va mouezh gant daeroł, gant hirvoudoł, ha war beurvanoł ar gouelec'h e tisklźrin ur werz, rak devet int ha den ne dremen enno. Ne vez ken klevet trouz an tropelloł; laboused an neńvoł hag al loened o deus tec'het kuit, aet int kuit.

11  Hag e rin eus Jeruzalem dismantroł, eno e vo toulloł evit an aourgon, treiń a rin kźrioł Juda e lec'hioł dilaosket, hep den o chom enno.

12  Piv eo an den fur a glevo kement-se? Piv en deus komzet genoł an AOTROU outań? Piv a zisklźrio abeg distruj ar vro hag abeg an tan-gwall a zev anezhi evel ur gouelec'h, hep den da dremen drezań?

13 Evel-henn e komz an AOTROU: Dre ma o deus ankounac'haet va lezenn am boa lakaet dirazo, dre ma n'o deus ket selaouet ouzh va mouezh, ha n'o deus ket kerzhet hervezi,

14  dre ma o deus heuliet kaleter o c'halon hag ar Baaloł, evel ma oant bet kelennet gant o zadoł.

15  Setu perak evel-henn e komz AOTROU an armeoł, Doue Israel: Setu e rin d'ar bobl-mań debriń huelenn hag evań dour ampoezonet.

16  O stlabezań a rin e-touez ar broadoł n'o deus ket anavezet, nag int nag o zadoł, hag e kasin war o lerc'h ar c'hleze, betek ma em bo kuzumet anezho.

17  Evel-henn e komz AOTROU an armeoł: Kerc'hit, galvit al gouelerezed, ra zeuint, kasit etrezek ar maouezed fur, ra zeuint,

18  ra hastint ha ra tisklźrint warnomp ur werz, ra deuzo hon daoulagad e daeroł, ra redo an dour eus hor malvennoł.

19  Rak ur vouezh hirvoudus a vez klevet eus Sion: Penaos omp bet distrujet? Goloet omp a vezh, rak e tilezomp ar vro hag eo diskaret hon teltennoł!

20  Maouezed, selaouit komz an AOTROU, ra zegemero ho skouarn komz e c'henoł, kelennit d'ho merc'hed hirvoudiń, hag an eil d'eben ober gwerzioł.

21  Rak ar marv a zo pignet dre hor prenestroł, deuet eo en hor palezioł, o lazhań ar vugale er straedoł hag an dud yaouank el leurennoł.

22  Lavar: Evel-henn e komz an AOTROU: Korfoł marv an dud a gouezho evel teil war ar parkeier, evel un dornad tańvouez war-lerc'h an eoster, hep den d'o dastum.

23  Evel-henn e komz an AOTROU: Ra ne fougeo ket ar fur gant e furnez, ra ne fougeo ket ar c'hreńv gant e nerzh, ra ne fougeo ket ar pinvidig gant e binvidigezh,

24  met an hini a fouge, ra fougeo gant kement-mań: poellek eo, va anavezout a ra, hag e oar ez on an AOTROU, a ra trugarez, barnedigezh ha reizhder war an douar, rak en traoł-se e kavan plijadur, eme an AOTROU.

25  Setu e teu an deizioł, eme an AOTROU, ma kastizin an holl amdroc'hidi a zo diamdroc'h.

26  An Ejipt, Juda, Edom, mibien Ammon, Moab, an holl re a douz kognoł o barv hag a zo o chom er gouelec'h, rak an holl vroadoł a zo diamdroc'h, hag holl di Israel a zo diamdroc'h a galon.

 

Pennad 10

1  Selaouit ar gomz en deus an AOTROU disklźriet deoc'h, ti Israel.

2  Evel-henn e komz an AOTROU: Na zeskit ket hent ar broadoł, n'ho pet ket aon rak arouezioł an neńvoł evel ma o deus aon ar broadoł razo.

3  Rak gizioł ar broadoł n'int nemet mogidelloł. Troc'het eo ur wezenn er goadeg, dorn ar micherour he labour gant ur vouc'hal,

4  kaeraet eo gant arc'hant ha gant aour, staget eo gant tachoł ha morzhol evit na fińvo ket.

5  Heńvel int ouzh ur peul krenn, ne gomzont ket, ret eo o dougen rak ne c'hellont ket kerzhout. N'ho pet ket aon razo, ne reont ket a zroug, evel ivez ne c'hellont ket ober a vad.

6  Den n'eo heńvel ouzhit, AOTROU! Te a zo bras, ha da anv a zo bras e galloud.

7  Piv ne zoujfe ket ac'hanout, Roue ar broadoł? Kement-se a zo dleet dit, rak e-touez re furań ar broadoł, hag en holl rouantelezhioł, den n'eo heńvel ouzhit.

8  Holl int a-gevret fall ha diboell. Ar c'hoad ne gelenn nemet mogidelloł.

9  Arc'hant plaket degaset eus Tarsiz, hag aour eus Ufaz, a zo lakaet gant ur c'hizeller ha daouarn un orfebour. Al limestra hag an tane eo o dilhad. Holl int oberennoł tud ijinus.

10  Met an AOTROU eo Doue ar wirionez, an Doue bev hag ar Roue peurbadus. An douar a gren dirak e gounnar, hag ar broadoł ne c'hellont ket gouzańv e zroug.

11  Evel-henn e komzot outo: An doueoł ha n'o deus ket graet an neńvoł hag an douar, a yelo da goll diwar an douar hag a-zindan an neńvoł.

12  Eń eo en deus graet an douar gant e c'halloud, en deus diazezet ar bed gant e furnez, en deus astennet an neńvoł dre e boell.

13  Da drouz e vouezh, an doureier en em zastum en neńvoł. Lakaat a ra an aezhennoł da bignat eus penn an douar, ober a ra luc'hed ha glav, hag e tenn an avel eus e deńzorioł.

14  Pep den a zo foll dre ar pezh a oar ober, pep orfebour en deus mezh eus e skeudenn gizellet, rak an traoł teuzet n'int nemet gaou, n'eus ket a c'hwezhadenn enno.

15  N'int nemet mogidelloł, oberennoł a douellerezh, mont a raint da netra da vare o c'hastiz.

16  Lodenn Jakob n'eo ket evelto, rak eń eo en deus graet an holl draoł, hag Israel eo meuriad e hźrezh. AOTROU an armeoł eo e anv.

17  Dastum diwar an douar da draoł, te hag a zo azezet en estrenvan.

18  Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoł: Setu, ar wech-mań ez an da dalmań tud ar vro, hag e lakain anezho war enk, hag e vint tapet.

19  Gwalleur din! Bruzunet on! Va gouli a zo poanius! Met me a lavar: Ac'hanta, va foan eo, hag e c'houzańvin anezhi.

20  Va zeltenn a zo distrujet, va holl gerdin a zo torret, va mibien o deus kuitaet ac'hanon, n'emaint ken. N'eus den da sevel a-nevez va zeltenn ha da staliań va zinelloł.

21  Rak ar vźsaerien a zo bet diboell, n'o deus ket klasket an AOTROU, en abeg da-se n'o deus ket graet berzh, hag o holl loened a zo bet stlabezet.

22  Setu, un trouz a zo klevet, un trouz bras a zeu eus bro an hanternoz, evit treiń kźrioł Juda e lec'hioł dilaosket hag ober anezho toulloł evit an aourgon.

23  AOTROU, gouzout a ran n'eo ket dioutań hent an den, ha n'eo ket e galloud an hini a gerzh da ren e gammedoł.

24  Va c'hastiz, AOTROU, koulskoude dre vuzul, nann hervez da gounnar, gant aon na'm c'hasfes da netra.

25  Skuilh da fulor war ar broadoł na'z anavezont ket, ha war an tiegezhioł na c'halvont ket da anv, rak lonket o deus Jakob, e lonket o deus, e guzumet o deus, ha gwastet o deus e chomlec'h.

 

Pennad 11

1  Ar gomz a voe disklźriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioł-se:

2  Selaouit komzoł an emglev, ha komzit ouzh tud Juda hag annezidi Jeruzalem.

3  Lavarout a ri dezho: Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel: Milliget ra vo an den na selaou ket komzoł an emglev-mań,

4  am eus gourc'hemennet d'ho tadoł en deiz ma em eus tennet anezho eus bro Ejipt, eus ar forn houarn, o lavarout: Selaouit ouzh va mouezh ha grit an holl draoł am eus gourc'hemennet deoc'h, hag e viot va fobl, hag e vin ho Toue;

5  hag e sevenin al le am eus touet d'ho tadoł, reiń dezho ur vro a zever gant laezh ha mel, evel ma welit hiziv. Hag e respontis hag e lavaris: Amen, o AOTROU!

6  Hag an AOTROU a lavaras din: Embann an holl gomzoł-se dre gźrioł Juda ha dre straedoł Jeruzalem, o lavarout: Selaouit komzoł an emglev-mań ha grit hervezo.

7  Rak kemennet em eus start ho tadoł adalek an deiz ma em eus graet dezho pignat kuit eus bro Ejipt betek hiziv, o kemenn adalek ar beure hag o lavarout: Selaouit ouzh va mouezh!

8  Met n'o deus ket selaouet, n'o deus ket roet o skouarn, heuliet en deus pep hini kaleter e galon fall. Hag em eus degaset warno holl gomzoł an emglev am eus gourc'hemennet dezho mirout, ha n'o deus ket miret.

9  An AOTROU a lavaras din: Un irienn 'zo e-touez tud Juda hag e-touez annezidi Jeruzalem.

10  Aet int en-dro da zireizhder o zadoł kentań, ar re o deus nac'het selaou ouzh va c'homzoł hag a zo aet war-lerc'h doueoł all evit o servijań. Ti Israel ha ti Juda o deus torret va emglev am eus graet gant o zadoł.

11  Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da zegas warno un droug na c'hellint ket tec'hout araozań. Krial a raint etrezek ennon, met ne selaouin ket outo.

12  Kźrioł Juda ha tud Jeruzalem a yelo da grial etrezek doueoł ma kinnigont ezańs dezho, met ne saveteint ket anezho en amzer o gwalleur.

13  Rak, o Juda, kement a zoueoł ac'h eus hag a gźrioł! Ha kement a straedoł a zo e Jeruzalem hag a aoterioł hoc'h eus savet d'an euzhuster, aoterioł evit kinnig ezańs da Vaal.

14  Te, na bed ket evit ar bobl-mań, na sav evito na klemm na aspedenn, rak ne selaouin ket anezho pa griint etrezek ennon en abeg d'o gwalleur.

15  Petra e teufe va c'haret-mat d'ober em zi? An engroez-mań n'emań ket ennań, nemet evit ober traoł fall. Met e vo lamet a-zirazout ar c'hig santel. Pa rez an droug, e laouenaez!

16  Olivezenn c'hlas, mat-meurbet dre gaerder he frouezh, evel-se e c'halve an AOTROU ac'hanout. Da drouz ur safar bras ec'h enaou tan enni, hag he brankoł a zo bruzunet.

17  Rak AOTROU an armeoł, an hini en doa da blantet, en deus disklźriet an droug en da enep, en abeg d'an droug o deus graet dezho o-unan ti Israel ha ti Juda, oc'h imoriń ac'hanon en ur ginnig ezańs da Vaal.

18  An AOTROU en deus e roet din da c'houzout, ha gouezet em eus. Neuze ec'h eus diskouezet din o oberoł.

19  Ha me, evel un oan dońv kaset d'al lazherezh, ne ouien ket an divizoł fall a ijinent a-enep din: Distrujomp ar wezenn gant he frouezh, kasomp anezhi kuit eus douar ar re vev, ha ra ne vo ken meneget e anv.

20  Met AOTROU an armeoł a zo ur barner reizh a furch al lounezhi hag ar c'halonoł. Diskouez a ri din ar veńjańs a denni anezho, rak diskuliet em eus va c'haoz dit.

21  Setu perak evel-henn e komz an AOTROU a-enep tud Anatod a glask da vuhez hag a lavar: Na brofedez ket en anv an AOTROU, ha ne varvi ket dre hon daouarn,

22  setu perak eta evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da gastizań anezho: an dud yaouank a varvo dre ar c'hleze, o vibien hag o merc'hed a varvo dre an naonegezh,

23  ha ne vano netra anezho, rak e lakain da zont un droug war dud Anatod da vloaz o c'hastiz.

 

Pennad 12

1  Re reizh ez out, AOTROU, evit ma kavfen abeg ennout, koulskoude e komzin diwar-benn da varnedigezhioł. Perak e ra berzh hent ar re fall? Perak emań e peoc'h an holl douellerien?

2  O flantet ec'h eus hag o deus gwriziennet, mont a reont war-raok hag e reont frouezh. Tost out d'o genoł met pell diouzh o c'halon.

3  Met te, AOTROU, va anavezout ha va gwelout a rez, hag e furchez va c'halon en da geńver. Stlej anezho evel deńved a lazher, hag o c'hempenn evit deiz al lazhadeg.

4  Betek pegeit e vo ar vro er c'hańv ha geot an holl barkeier disec'het en abeg da zrougiezh an dud a zo o chom enni? Al loened hag al laboused a zo distrujet, rak ar re zrouk o deus lavaret: Ne welo ket hon dibenn.

5  Mar ec'h eus redet gant troadeien ha ma'z out skuizhet, penaos e c'helli kenstrivań gant kezeg? Ha mar n'out e surentez nemet en un douar sioul, petra a ri dirak lorc'hentez ar Jordan?

6  Rak da vreudeur zoken ha ti da dad, ar re-se zo bet touellus en da geńver, ar re-se o deus kriet a-leizh-korzenn war da lerc'h. Na gred ket anezho, ha pa gomzont zoken en un doare c'hwek ouzhit.

7  Dilezet em eus va zi, dilaosket em eus va hźrezh, roet em eus ar pezh a gare va ene da zaouarn hec'h enebourien.

8  Va hźrezh a zo bet evidon evel ul leon er c'hoadeg, laosket en deus e griadenn a-enep din, setu perak em eus kasoni en he c'heńver.

9  Va hźrezh, hag e vo din ul labous liesliv? Al laboused a zo en-dro dezhi. Kit, dastumit holl loened ar parkeier, degasit anezho d'he debriń.

10  Mźsaerien e-leizh o deus gwasted va gwinienn, mac'het o deus va lodenn gant o zreid, lakaet o deus va lodenn gaer da vezań ur gouelec'h glac'haret.

11  Graet o deus ur glac'har diouti, glac'haret eo, e kańv emań dirazon. An holl vro a zo glac'haret, rak den n'en deus bet e galon teneraet eviti.

12  An distrujerien a zeu war holl grec'hennoł ar gouelec'h, rak kleze an AOTROU a zebr ar vro eus ur penn d'egile. N'eus peoc'h enni evit den.

13  Hadet o deus gwinizh hag ec'h eostont draen, roet o deus bec'h hep gounid. Mezh hoc'h eus gant hoc'h eostoł, en abeg da gounnar entanet an AOTROU.

14  Evel-henn e komz an AOTROU a-enep va holl amezeien fall a zorn war an hźrezh am eus roet da'm fobl Israel: Setu ez an d'o diframmań eus o bro, hag e tiframmin ti Juda eus o c'hreiz.

15  Met e c'hoarvezo, goude bezań o diframmet, ma em bo c'hoazh truez outo, hag e lakain pep hini anezho da zistreiń d'e hźrezh, ha pep hini d'e zouar.

16  Ha mar deskont hentoł va fobl, mar touont dre va anv: An AOTROU a zo bev! evel m'o deus desket da'm fobl touiń dre Vaal, e vint savet e-kreiz va fobl.

17  Met ma ne selaouont ket, e tiframmin un hevelep broad hag e tistrujin anezhi, eme an AOTROU.

 

Pennad 13

1  Evel-henn en deus komzet an AOTROU ouzhin: Kae, pren dit ur c'houriz lin, laka anezhań war da zivgroazell, met na laka ket anezhań en dour.

2  Hag e prenis ar gouriz hervez komz an AOTROU, hag e lakais anezhań war va divgroazell.

3  Komz an AOTROU a voe disklźriet din evit an eil gwech er gerioł-se:

4  Kemer ar gouriz ac'h eus prenet hag a zo war da zivgroazell, sav ha kae etrezek an Eufratez, hag eno e kuzhi anezhań e faoutenn ur roc'h.

5  Mont a ris eta da guzhat anezhań e-tal an Eufratez, evel m'en doa an AOTROU gourc'hemennet din.

6  Meur a zeiz goude e lavaras an AOTROU din: Sav ha kae etrezek an Eufratez, hag e kemeri ar gouriz am boa gourc'hemennet dit kuzhat eno.

7  Mont a ris eta etrezek an Eufratez, hag e kleuzis hag e kemeris ar gouriz eus al lec'h ma em boa e lakaet, met setu e oa breinet ar gouriz, ne oa ken mat da netra.

8  Neuze komz an AOTROU a voe disklźriet din er gerioł-se:

9  Evel-henn e komz an AOTROU: Evel-se e vreinin lorc'h Juda ha lorc'h bras Jeruzalem.

10  Ar bobl drouk-mań, ha ne fell ket dezho selaou ouzh va c'homzoł, hag a gerzh hervez kaleter o c'halon, hag a ya war-lerc'h doueoł all evit o servijań ha stouiń dirazo, a vo evel ar gouriz-mań n'eo ken mat da netra.

11  Rak evel ma vez staget ur gouriz ouzh divgroazell un den, evel-se em boa staget ouzhin holl di Israel hag holl di Juda, eme an AOTROU, evit ma vijent va fobl, va brud, va meuleudi ha va gloar. Met n'o deus ket selaouet ouzhin.

12  Lavarout a ri dezho ar gomz-mań:  Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel: Pep lestr a vo leuniet a win. Hag e lavarint dit: Ha n'ouzomp ket e vo pep lestr leuniet a win?

13  Neuze e lavari dezho: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da leuniań a vezventi holl dud ar vro-mań, ar rouaned a zo azezet war dron David, an aberzhourien, ar brofeded hag holl dud Jeruzalem.

14  Hag e vruzunin anezho an eil war egile, an tadoł hag ar vibien a-unan, eme an AOTROU. N'espernin ket, ne'm bo na truez na trugarez, netra ne harzo ouzhin eus distrujań anezho.

15  Selaouit, roit ho skouarn, na fougeit ket, rak an AOTROU en deus komzet.

16  Roit gloar d'an AOTROU ho Toue, a-raok ma lakaio an deńvalijenn da zont, a-raok ma stoko ho treid ouzh ar menezioł teńval. Gortoz a rit ar sklerijenn, met eń he zroio e skeud ar marv hag he c'haso en un deńvalijenn don.

17  Ma ne selaouit ket kement-se, e ouelo va ene e kuzh en abeg d'ho lorc'h, hag e ouelo va lagad, o teuziń e daeroł, rak e vo kaset tropell an AOTROU en dalc'hidigezh.

18  Lavar d'ar roue ha d'ar rouanez: En em izelait hag azezit, rak kurunenn ho kloar a zo kouezhet diwar ho pennoł.

19  Kźrioł ar c'hreisteiz a zo prennet, n'eus den da zigeriń anezho, Juda en e bezh a zo kaset en dalc'hidigezh, kaset eo holl.

20  Sav da zaoulagad ha gwel ar re a zeu eus an hanternoz. Pelec'h emań an tropell a zo bet roet dit, an deńved a rae da c'hloar?

21  Petra a lavari pa gastizo ac'hanout? Te da-unan ac'h eus desket dezho bezań mistri warnout. Ar poanioł, ha ne grogint ket ennout evel ur vaouez o wilioudiń?

22  Ha mar lavarez ez kalon: Perak e c'hoarvez ganin an traoł-se? En abeg da vraster da zireizhder eo adsavet pastelloł da zilhad ha gwallgaset da seulioł.

23  Un Etiopiad, ha cheńch a rafe e groc'hen, pe ul loupard e darchoł? Ha c'hwi a c'hellfe ober ar mad, pa'z oc'h bet desket d'ober an droug?

24  Setu perak e stlabezin anezho evel ar plouz kaset kuit dre avel ar gouelec'h.

25  Evel-se eo da rannad, al lodenn am eus muzuliet dit, eme an AOTROU, rak ec'h eus va ankounac'haet ha lakaet da fiziańs er gaou.

26  Me eta ivez a savo pastelloł da zilhad war da zremm, ha da vezh a vo diskouezet.

27  Da avoultriezh ha da c'hourriziadennoł, brasted da c'hastaouerezh war ar c'hrec'hiennoł ha war ar maezioł, da euzhusted, o gwelet em eus. Gwalleur dit, Jeruzalem! Betek pegoulz e vi dic'hlan?

 

Pennad 14

1  Ar gomz a voe disklźriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz diwar-benn ar sec'hor.

2  Juda a zo bet e kańv, e zorojoł a zo mantret, glac'haret, gourvezet d'an douar, ha kriadegoł Jeruzalem a sav.

3  Ar re vras en o zouez a gas ar re vihan da gerc'hat dour; mont a reont d'ar puńsoł-glav ha ne gavont ket a zour. Neuze e tistroont gant o listri goullo, mezhek ha pinous, goleiń a reont o fenn.

4  En abeg d'an douar skarnilet, pa n'eus ket bet a c'hlav er vro, al labourerien-douar a zo mezhek, goleiń a reont o fenn.

5  An heizez zoken war ar maez a golen hag a zilez he zorad, rak n'eus ket a c'heot.

6  An ezen gouez en em zalc'h war an tosennoł, o lonkań an avel evel aourgon. O daoulagad a zo kuzumet rak n'eus ket a c'heot.

7  Mar doug hon direizhder testeni a-enep deomp, gra evit da anv, o AOTROU! Rak hon dianzavadurioł a zo niverus, pec'het hon eus a-enep dit.

8  Te eo esperańs Israel, e zieuber en amzer an estrenvan, perak e vefes evel un diavaeziad er vro, hag evel ur beajour a zistro evit tremen an noz?

9  Perak e vefes evel un den sabatuet, evel un den kreńv na c'hell ket saveteiń? Met te a zo en hor c'hreiz, o AOTROU! Da anv a zo galvet warnomp, na zilez ket ac'hanomp!

10  Evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn ar bobl-mań: Karout a reont mont amań hag ahont, ne harzont ket ouzh o zreid, hag an AOTROU n'en em blij ket ganto, sońj en deus bremań eus o direizhder hag e kastiz o fec'hedoł.

11  Hag e lavaras an AOTROU din: Na bed ket evit ar bobl-mań.

12  Mar yunont, ne selaouin ket o garm, mar kinnigont loskaberzhoł ha donezonoł, n'o c'havin ket dereat, met ez an da guzumiń anezho dre ar c'hleze, dre an naonegezh ha dre ar vosenn.

13  Hag e lavaris: A! Aotrou AOTROU! Setu ar brofeded a lavar dezho: Ne welot ket ar c'hleze, n'ho po ket a naonegezh, met e roin deoc'h ur peoc'h gwirion el lec'h-mań.

14  Hag e lavaras an AOTROU din: Profedet eo ar gaou gant ar brofeded-se em anv. Ne'm eus ket o c'haset, ne'm eus ket roet a garg dezho, ne'm eus ket komzet outo. Gweledigezhioł faos, diouganoł aner ha touelloł eus o c'halon a brofedont deoc'h.

15  Setu perak evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn ar brofeded a ro diouganoł em anv hep ma em befe o c'haset, hag a lavar na vo na kleze na naonegezh er vro: Ar brofeded-se o-unan a varvo dre ar c'hleze ha dre an naonegezh.

16  Hag ar bobl a brofedont dezhi a vo taolet e straedoł Jeruzalem dre an naonegezh ha dre ar c'hleze, ha ne vo den da sebeliań anezho, nag int nag o gwragez nag o mibien nag o merc'hed, hag e skuilhin warno o drougiezh.

17  Lavarout a ri dezho ar gomz-mań: Va daoulagad a deuz e daeroł noz-deiz ha ne baouezont ket, rak ar werc'hez, merc'h va fobl, a zo bet freuzet gant ur freuz bras, gant ur gouli poanius.

18  Mard an d'ar parkeier, setu tud toullet gant ar c'hleze, mar deuan e kźr, setu tud o vervel gant an naon. Ar profed zoken hag an aberzhour a red dre ar vro, hep anavezout da belec'h ez eont.

19  Ha distaolet ez pefe Juda evit biken? Ha bez' en defe da ene heug ouzh Sion? Perak e skoez warnomp hep ma vefe yec'hed ebet evidomp? Gortoz a reomp ar peoc'h, met n'eus netra vat, amzer ar yec'hed, met setu ar spont.

20  Anzav a reomp hon drougiezh, AOTROU, direizhder hon tadoł, rak pec'het hon eus a-enep dit.

21  Na zispriz ket ac'hanomp en abeg da'z anv, na zizenor ket tron da c'hloar, az pez sońj, na dorr ket da emglev ganeomp.

22  E-touez idoloł aner ar broadoł, hag ez eus unan a rofe glav? Hag e c'hellfe an neńvoł reiń glav munut? Ha n'eo ket te, AOTROU hon Doue? Emaomp en gortoz ac'hanout, rak te eo a ra an holl draoł-se.

 

Pennad 15

1  Hag an AOTROU a lavaras din: Pa en em zalc'hfe Moizez ha Samuel dirazon, va ene ne vefe ket douget etrezek ar bobl-mań. Kas anezho kuit a-zirak va dremm, ma'z aint kuit.

2  Mar lavaront dit: Pelec'h ez aimp? e responti dezho: Evel-henn e komz an AOTROU: D'ar marv ar re a zo evit ar marv, d'ar c'hleze ar re a zo evit ar c'hleze, d'an naonegezh ar re a zo evit an naonegezh, d'an ere ar re a zo evit an ere.

3  Hag e kasin warno pevar seurt gwalenn, eme an AOTROU: Ar c'hleze evit lazhań, ar chas evit stlejań, laboused an neńv ha loened an douar evit lonkań ha distrujań.

4  Hag e rin dezho bezań ur spont evit holl rouantelezhioł an douar, en abeg da Vanase mab Ezekiaz roue Juda, evit ar pezh en deus graet e Jeruzalem.

5  Rak piv en defe trugarez ouzhit, Jeruzalem? Piv a ouelfe warnout? Piv a zistrofe evit goulenn diwar da benn?

6  Va dilezet ec'h eus, eme an AOTROU, aet out a-dreńv, neuze ec'h astennan va dorn warnout hag e tistrujan ac'hanout. Skuizh on o kaout truez ouzhit.

7  O gwentań a rin gant ur c'hrouer ouzh dorojoł ar vro, o dirannań a rin eus mibien, va fobl a gasin da goll, rak ne zistroont ket diwar o hentoł.

8  Liesaat a rin o intańvezed, muioc'h eget traezh ar morioł, kas a rin warno, war vamm an den yaouank, an distrujer e-kreiz an deiz, hag e rin kouezhań buan warni an enkrez hag ar spont.

9  An hini he deus ganet seizh mab a zisec'h, dianalań a ra hec'h ene, hec'h heol a guzh pa'z eo c'hoazh deiz, mezhek ha dismegańset eo. Ar re a vano ganti, me o roio d'ar c'hleze dirak o enebourien, eme an AOTROU.

10  Gwalleur din, o va mamm, dre ma ec'h eus va ganet evit bezań un den a stourm hag un den a dabut d'an holl vro! Ne brestan netra, n'amprestan netra, ha koulskoude pep hini a villig ac'hanon.

11  Hag an AOTROU a lavar: Ha ne virin ket ac'hanout evit ar mad? Ha ne rin ket d'an enebour pediń ac'hanout en amzer ar glac'har hag en amzer an estrenvan?

12  An houarn, hag e vruzuno houarn pe arem an hanternoz?

13  Da binvidigezh ha da deńzorioł a roin d'ar preizh hep prizań anezho, en abeg da'z holl bec'hedoł e-barzh da holl harzoł.

14  Lakaat a rin ac'hanout da dremen gant da enebourien d'ur vro n'anavezez ket, rak enaouet eo tan va c'hounnar, hag e vo entanet a-enep deoc'h.

15  Gouzout a rez, o AOTROU! Az pez sońj ac'hanon, gweladenn ac'hanon ha va veńj eus va heskinerien! Na lam ket ac'hanon, o taleań da fulor, ha gouez e c'houzańvan an dismegańs evidout.

16  En em gavet eo da gomzoł, hag o debret em eus, ha da gomz a zo evidon joa ha levenez va c'halon. Rak da anv a zo galvet warnon, AOTROU, Doue an armeoł.

17  Ne'm eus ket azezet e bodadeg ar c’hoapaerien evit laouenaat, met a-drugarez da'z torn em eus azezet va-unan, hag a erez ec'h eus va leuniet.

18  Perak ez eo va foan dibaouez? Perak ez eo va gouli dibare, ha ne fell ket dezhi yac'haat? Hag e vefes evidon evel ur vammenn douellus, evel doureier na c'heller ket fiziań enno?

19  Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Mar distroez, me az tegaso en-dro, hag en em zalc'hi dirazon. Mar dispartiez ar pezh a zo prizius diouzh ar pezh a zo didalvez, e vi evel va genoł. Distreiń a raint etrezek ennout, met te ne zistroi ket etrezek enno.

20  Me a raio dit bezań ur voger arem kreńvaet evit ar bobl-mań. Ma reont brezel dit, ne drec'hint ket warnout, rak e vin ganit evit da saveteiń ha da zieubiń, eme an AOTROU.

21  Hag e tieubin ac'hanout eus dorn ar re zrouk, hag e tasprenin ac'hanout eus dorn ar re daer.

 

Pennad 16

1  Neuze komz an AOTROU a voe disklźriet din er gerioł-se:

2  Ne gemeri ket a wreg, ha ne'z po ket a vibien nag a verc'hed el lec'h-mań.

3  Rak evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn ar vibien hag ar merc'hed a vo ganet el lec'h-mań, ha diwar-benn ar mammoł o devo o ganet, ha diwar-benn an tadoł o devo o engehentet er vro-mań:

4  Mervel a raint dre varv ar gleńvedoł, ne vint na gouelet na sebeliet, met e vint evel teil war c'horre an douar; distrujet e vint dre ar c'hleze ha dre an naonegezh, hag o c'horfoł marv a vo boued da laboused an neńvoł ha da loened an douar.

5  Rak evel-henn e komz an AOTROU: Ned i ket d'un ti a gańv, ha ned i ket da hirvoudiń ha da c'hlac'hariń ganto, rak tennet em eus va feoc'h eus ar bobl-mań eme an AOTROU, va madelezh ha va drugarez.

6  Ar re vras hag ar re vihan a varvo er vro-mań, ne vint ket sebeliet, ne vint ket gouelet, den n'en em raio flańch ha den n'en em douzo evito.

7  Ne vo ket torret ar bara er c'hańv evit frealziń unan bennak diwar-benn un den marv, ne vo ket kinniget hanaf ar frealz evit o zad pe evit o mamm.

8  Ned i kennebeut d'un ti a fest d'azezań ganto evit debriń pe evań.

9  Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoł, Doue Israel: Setu ez an da lakaat da baouez el lec'h-mań, dirak ho taoulagad hag en ho teizioł, mouezh a joa ha mouezh a levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac'h-nevez.

10  Pa ez po disklźriet d'ar bobl-mań an holl draoł-se, e lavarint dit: Perak en deus an AOTROU embannet an holl zroug-se a-enep deomp? Peseurt direizhder eo hon hini? Peseurt pec'hed hon eus graet a-enep an AOTROU hon Doue?

11  Hag e lavari dezho: Dre ma o deus ho tadoł dilezet ac'hanon, eme an AOTROU, dre ma'z int aet war-lerc'h doueoł all, dre ma o deus o servijet ha stouet dirazo, dre ma o deus va dilezet ha n'o deus ket miret va lezenn,

12  ha dre ma hoc'h eus graet gwashoc'h eget ho tadoł. Rak setu, pep hini a gerzh hervez kaleter e galon fall, evit chom hep va selaou.

13  Neuze e tezougin ac'hanoc'h eus ar vro-mań d'ur vro n'hoc'h eus ket anavezet, na c'hwi nag ho tadoł, hag eno e servijot doueoł all, deiz ha noz, rak ne rin ket trugarez deoc'h.

14  Setu perak e teu an deizioł, eme an AOTROU, ma ne vo ken lavaret: An AOTROU a zo bev, eń hag en deus graet da vibien Israel pignat kuit eus bro Ejipt,

15  met: An AOTROU a zo bev, eń hag en deus graet da vibien Israel pignat kuit eus bro an hanternoz hag eus an holl vroioł ma en deus o c'haset enno. Rak o degasin en-dro d'o bro am boa roet d'o zadoł.

16  Setu e kasan pesketaerien niverus, eme an AOTROU, hag e pesketaint anezho. Ha goude-se e kasin chaseourien niverus, hag e chaseint anezho eus an holl venezioł hag eus an holl grec'hiennoł, hag eus faoutennoł ar reier.

17  Rak va daoulagad a zo war o holl hentoł; n'int ket kuzhet ouzhin, hag o direizhder n'eo ket goloet a-zirak va daoulagad.

18  Hag e roin dezho da gentań an daougement eus o direizhder hag eus o fec'hed, dre ma o deus saotret va douar ha leuniet va hźrezh gant korfoł marv o zraoł kasaus ha gant o euzhusterioł.

19  AOTROU, va nerzh, va c'hreńvder, va repu en deiz an estrenvan, ar broadoł a zeuio da'z kavout eus pennoł an douar, hag e lavarint: Hon tadoł o deus bet da hźrezh gevier ha mogidelloł, traoł hep gounid.

20  Hag e raio an den doueoł dezhań e-unan? Ha koulskoude n'int ket doueoł.

21  Setu perak e roin da anavezout dezho ar wech-mań, e roin da anavezout dezho va dorn ha va galloud, hag e ouezint ez eo va anv an AOTROU.

 

Pennad 17

1  Pec'hed Juda a zo skrivet gant un engraver houarn, gant ur beg diamant. Merket eo war daol o c'halonoł ha war gerniel o aoterioł.

2  Evel ma sońjont en o mibien, e sońjont en o aoterioł hag en o Asheraoł (= doueezoł) e-kichen ar gwez glas ha war ar c'hrec'hiennoł uhel.

3  Dereiń a rin va menez gant he farkeier d'ar preizh, ha da binvidigezhioł, da deńzorioł, da uhellec'hioł, en abeg d'ar pec'hedoł war da holl zouar.

4  Dre da wall e kolli an hźrezh am boa roet dit, ha e lakain ac'hanout dindan da enebourien en ur vro n'anavezez ket. Rak enaouet hoc'h eus tan va c'hounnar, hag e tevo da viken.

5  Evel-henn e komz an AOTROU: Milliget eo an den a fiz en den, a laka er c'hig e nerzh, a zistro e galon diouzh an AOTROU.

6  Bez' e vo evel brug er gouelec'h, ne welo ket ar mad o tont, met e chomo el lec'h distro ha sec'h, war un douar holenek ha diannez.

7  Benniget eo an den a fiz en AOTROU, hag ez eo an AOTROU e fiziańs.

8  Bez' e vo evel ur wezenn plantet war vord an doureier, a astenn he gwrizioł a-hed un dour-red, ne welo ket pa zeuio an tommder, ha delienn a vo glas, ne vo ket enkrezet gant ur bloavezh sec'hor ha ne baouezo ket da zougen frouezh.

9  Ar galon a zo touellus dreist pep tra, ha fall disfizius. Piv hec'h anavezo?

10  Me an AOTROU a furch ar galon hag a amprou al lounezhi, evit reiń da bep hini hervez e hentoł, hervez frouezh e oberoł.

11  An hini a akuizit pinvidigezhioł hep reizhder a zo evel ur glujar a c'hor ar pezh n'he deus ket dozvet, lezel a raio anezho e-kreiz e zeizioł, hag d'an diwezh e vo kavet diskiant.

12  Lec'h hor santual a zo un tron a c'hloar, ul lec'h uhelaet adalek ar penn-kentań.

13  AOTROU, te eo esperańs Israel, an holl re a zilez ac'hanout a vo mezhek. Ar re a zistro diouzhin a vo enskrivet war an douar, rak e tilezont mammenn an doureier a vuhez, an AOTROU.

14  AOTROU, yac'ha-me hag e vin yac'h, savete-me hag e vin salvet, rak va meuleudi ez out.

15  Setu ar re-mań a lavar din: Pelec'h emań komz an AOTROU? Ra zeuio eta!

16  Ha me ne'm eus ket nac'het bezań mesaer war da lerc'h, ha ne'm eus ket c'hoantaet deiz ar gwalleur, gouzout a rez. Ar pezh a zo deuet eus va muzelloł a zo bet dirazout.

17  Na vez ket evidon ur spont, va repu ez out da zeiz ar glac'har.

18  Ra vo mezhek ar re a heskin ac'hanon, ha ra ne vin ket mezhek! Ra vint spouronet, ha ra ne vin ket spouronet! Degas deiz ar gwalleur warno, ha sko warno gant ur gouli daougementet.

19  Evel-henn e komz an AOTROU ouzhin: Kae hag en em zalc'h ouzh dor Mibien ar bobl, ma'z a ha ma teu drezi rouaned Juda, hag ouzh holl zorojoł Jeruzalem,

20  ha lavar dezho: Selaouit komz an AOTROU, rouaned Juda, hag holl Juda, hag holl dud Jeruzalem a ya dre an dorojoł-mań.

21  Evel-henn e komz an AOTROU: Diwallit war hoc'h eneoł, na zougit bec'h ebet da zeiz ar sabad, na rit ket tremen anezho dre zorojoł Jeruzalem,

22  na gasit bec'h ebet er-maez eus ho tiez da zeiz ar sabad, na rit labour ebet, met santelait deiz ar sabad, evel ma em eus gourc'hemennet d'ho tadoł.

23  Met n'o deus ket selaouet, n'o deus ket roet o skouarn, reudet o deus o gouzoug, evit chom hep selaou ha chom hep degemer kelennadurezh.

24  Met mar selaouit ouzhin gant evezh, eme an AOTROU, ha na rit tremen bec'h ebet dre zorojoł ar gźr-mań da zeiz ar sabad, mar santelait deiz ar sabad en ur chom hep ober labour ebet ennań,

25  neuze ar rouaned hag ar brińsed azezet war dron David a zeuio-tre dre zorojoł ar gźr-mań pignet war girri ha war gezeg, int hag o frińsed, tud Juda ha tud Jeruzalem, hag ar gźr-mań a vo annezet da viken.

26  Dont a reor eus kźrioł Juda, a-ziwar droioł Jeruzalem, eus bro Venjamin, eus ar vro izel, eus ar menez, eus ar c'hreisteiz, da zegas loskaberzhoł, aberzhoł, donezonoł hag ezańs, hag e vo degaset aberzhoł a veuleudi da di an AOTROU.

27  Met ma ne selaouit ket ouzhin, evit santelaat deiz ar sabad, evit chom hep dougen bec'h ebet, evit chom hep ober dont-tre dezho dre zorojoł Jeruzalem da zeiz ar sabad, e lakain an tan en he dorojoł, deviń a raio palezioł Jeruzalem, ha ne vo ket mouget.

 

Pennad 18

1  Ar gomz a voe disklźriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioł-se:

2  Sav ha diskenn da di ar poder, hag eno e rin dit klevout va c'homzoł.

3  Diskenn a ris eta da di ar poder, ha setu e laboure war e durgn.

4  Al lestr a rae gant ar pri a zalc'he en e dorn a voe c'hwitet, hag e reas ul lestr all dioutań, evel ma kave e oa mat dezhań ober.

5  Komz an AOTROU a voe disklźriet din er gerioł-se:

6  Ti Israel, ha ne c'hellin ket ober deoc'h evel ar poder-se? eme an AOTROU. Setu, evel ar pri e daouarn ar poder, emaoc'h em dorn, ti Israel.

7  D'an ampoent e komzan diwar-benn ur vroad ha diwar-benn ur rouantelezh, evit diframmań, diskar ha distrujań,

8  met mar distro eus he fallentez ar vroad-se am eus komzet diwar he fenn, em bo ivez keuz d'an droug am boa sońjet ober dezho.

9  Ha d'an ampoent e komzan diwar-benn ur vroad ha diwar-benn ur rouantelezh, evit sevel hag evit plantań,

10  met ma ra ar pezh a zo fall dirak va daoulagad ha ma ne selaou ket ouzh va mouezh, em bo ivez keuz d'ar mad am boa lavaret ober dezho.

11  Bremań eta komz ouzh tud Juda hag ouzh tud Jeruzalem, ha lavar dezho: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu e kempennan droug a-enep deoc'h, hag ec'h ijinan ur mennad a-enep deoc'h. Distroit pep hini ac'hanoc'h eus e hent fall, troit e mad ho hentoł hag hoc'h oberoł.

12  Met e lavaront: En aner eo! Hor menozioł a heuilhimp, ha pep hini ac'hanomp a raio hervez kaleter e galon fall.

13  Neuze evel-henn e komz an AOTROU: Goulennit eta digant ar broadoł: Piv en deus klevet hevelep traoł? Gwerc'hez Israel he deus graet traoł euzhus.

14  Erc'h al Liban, hag e tilez roc'h ar parkeier? Doureier deuet a-bell, fresk ha froudus, hag ez int dilaosket?

15  Met va fobl he deus va ankounac'haet, kinniget he deus ezańs d'an avel, derenet int bet da strebotiń en o hentoł ha da guitaat ar gwenodennoł kozh, evit kerzhout war wenodennoł un hent diverk,

16  evit ober eus o bro ur glac'har, ur goapaerezh peurbadus. An holl re a dremeno a vo souezhet hag a hejo o fenn.

17  Hag e stlabezin anezho dirak an enebour evel gant avel ar sav-heol, hag e troin kein dezho, ne sellin ket outo da zeiz o glac'har.

18  Hag e lavaront: Deuit, ijinomp a-enep Jeremiaz un irienn, rak al lezenn ne vo ket kollet e ti an aberzhour, nag ar c'huzul e ti ar fur, nag ar gomz e ti ar profed. Deuit, skoomp warnań gant an teod, ha na reomp van ebet ouzh e holl lavaroł.

19  AOTROU, taol evezh ouzhin, selaou mouezh va dislavarerien.

20  Hag e vo rentet an droug evit ar mad? Rak toullet o deus ur poull evit va ene. Dalc'h sońj em eus en em zalc'het dirazout evit komz evit o mad, hag evit distreiń da gounnar diouto.

21  Setu perak, ro o mibien d'an naonegezh, dilez-int da c'halloud ar c'hleze, ra vo o gwragez dirannet eus mibien hag intańvezed, ra vo lazhet o gwazed gant ar vosenn, ra vo skoet o zud yaouank gant ar c'hleze er brezel,

22  ra vo klevet eus o ziez garmadegoł, pa ri a-daol-trumm da vagadoł dont warno, rak toullet o deus ur poull evit tapout ac'hanon, ha stegnet o deus pechoł dindan va zreid.

23  Ha te, AOTROU, te a anavez o holl guzulioł em enep evit va lakaat d'ar marv. Na c'holo ket o drougiezh ha na ziverk ket o fec'hed a-zirak da zremm, ra vint diskaret dirazout, gra en o enep en amzer da gounnar.

 

Pennad 19

1  Evel-henn e komz an AOTROU: Kae ha pren ur pod pri digant ur poder, ha kemer ganit henaourien ar bobl hag henaourien an aberzhourien,

2  ha kae da draonienn mab Hinnom, a zo ouzh toull dor ar Sav-heol, hag embann eno ar c'homzoł a lavarin dit.

3  Lavar: Selaouit komz an AOTROU, rouaned Juda ha tud Jeruzalem: Evel-henn e komz AOTROU an armeoł, Doue Israel: Setu ez an da zegas war al lec'h-mań un droug a dinto e divskouarn kement hini a glevo diwar e bouez.

4  Va dilezet o deus, diavaezet o deus al lec'h-mań, kinniget o deus ennań ezańs da zoueoł all n'anavezent ket, nag int nag o zadoł na rouaned Juda, leuniet o deus al lec'h-mań a wad didamall,

5  savet o deus uhellec'hioł da Vaal evit deviń dre an tan o mibien e loskaberzhoł da Vaal, ar pezh na'm boa ket gourc'hemennet, na lavaret, ha na oa ket em sońj,

6  setu perak e teu an deizioł, eme an AOTROU, ma ne vo ken anvet al lec'h-mań: Tofed, na: Traonienn mab Hinnom, met: Traonienn al lazhadeg.

7  Hag e kasin da netra el lec'h-mań kuzul Juda ha Jeruzalem, hag e rin dezho kouezhań dre ar c'hleze dirak o enebourien, ha dre zorn ar re a glask o buhez, hag e roin o korfoł marv da voued da laboused an neńvoł ha da loened an douar.

8  Hag e rin eus ar gźr-mań ur glac'har hag ur goapaerezh. An holl re a dremeno a vo souezhet hag a c'hwitello en abeg d'hec'h holl c'houlioł.

9  Hag e lakain anezho da zebriń kig o mibien ha kig o merc'hed, hag e tebrint kig an eil egile e-pad ar seziz, en enkrez ma vint kaset ennań gant o enebourien ha gant ar re a glask o buhez.

10  Hag e vruzuni ar pod dindan daoulagad ar re a vo aet ganit,

11  hag e lavari dezho: Evel-henn e komz AOTROU an armeoł: Evel-se e vruzunin ar bobl hag ar gźr-mań, evel ma vez bruzunet lestr ur poder, na c'hell ken bezań adaozet. Sebeliet e vint e Tofed, rak ne vo lec'h ebet ken evit o sebeliań.

12  Evel-se e rin d'al lec'h-mań, eme an AOTROU, ha d'e dud, lakaat a rin ar gźr-mań heńvel ouzh Tofed.

13  Tiez Jeruzalem ha tiez rouaned Juda a vo saotret evel lec'h Tofed, evel an holl diez ma o deus kinniget ezańs war o zoennoł da holl arme an neńvoł, hag o deus graet sparfadurioł da zoueoł all.

14  Goude e tistroas Jeremiaz eus Tofed, e-lec'h m'en doa e gaset an AOTROU da brofediń, hag en em zalc'has war leurenn ti an AOTROU, hag e lavaras d'an holl bobl:

15  Evel-henn e komz AOTROU an armeoł, Doue Israel: Setu ez an da zegas war ar gźr-mań ha war hec'h holl gźriadennoł an holl zroug am eus disklźriet a-enep dezhi, rak reudet o deus o gouzoug, evit chom hep selaou va c'homzoł.

 

Pennad 20

1  Neuze Pashur, mab Immer an aberzhour ha mestr ti an AOTROU, a glevas Jeremiaz o profediń an traoł-se.

2  Pashur a skoas war ar profed Jeremiaz hag a lakaas anezhań en toull-bac'h a oa en dor uhelań Benjamin, e ti an AOTROU.

3  Met an deiz war-lerc'h, Pashur a dennas Jeremiaz eus an toull-bac'h. Jeremiaz a lavaras dezhań: An AOTROU n'en deus ket da anvet Pashur, met Magor-Misabib (= spont tro-dro).

4  Rak evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da reiń ac'hanout d'ar spont, te ha da holl vignoned. Kouezhań a raint dre gleze o enebourien, ha da zaoulagad a welo-se. Me a lakaio Juda holl etre daouarn roue Babilon, a gaso anezho da Vabilon hag a skoio warno gant ar c'hleze.

5  Me a roio holl binvidigezhioł ar gźr-mań, hec'h holl labour, hec'h holl draoł prizius, me a roio holl deńzorioł rouaned Juda etre daouarn o enebourien, a breizho anezho, a gemero anezho, hag a gaso anezho da Vabilon.

6  Ha te Pashur, hag an holl re a zo o chom ez ti, a yelo d'an harlu. Mont a ri da Vabilon, hag eno e varvi, hag eno e vi sebeliet, te ha da holl vignoned, ma ec'h eus profedet dezho ar gaou.

7  O AOTROU! Va hoalet ec'h eus, hag on bet hoalet, kroget ec'h eus ennon, hag ec'h eus gounezet. Bez' ez on goapaet a-hed an deiz, pep hini a ra goap ac'hanon.

8  Abaoe ma komzan, e laoskan kriadennoł, krial a ran feulster ha gwaskerezh, rak komz an AOTROU a zo troet evidon en dismegańs hag e goapaerezh a-hed an deiz.

9  Pa lavaran: Ne rin ket meneg anezhań, ha: Ne gomzin ken en e anv, ez eus em c'halon evel un tan devus, dastumet em eskern; en em rediań a ran d'e zerc'hel, met ne c'hellan ket.

10  Rak klevet em eus kunujennoł a-berzh kalz a dud: Spouron a bep tu! Tamallit-eń, hag e damall a raimp! An holl re a oa e peoc'h ganin a zo war spi evit gwelout hag e kouezhin: Marteze e vo paket ha neuze e trec'himp warnań, hag en em veńjimp dioutań!

11  Met an AOTROU a zo ganin evel ur pennden galloudus ha spontus, setu perak e kouezho va heskinerien, ne drec'hint ket, ha dre ma n'o devo ket graet gant furnez, e vint mezhek, ruziań a raint gant ur vezh peurbadus.

12  AOTROU an armeoł a amprou an den reizh, hag a ya betek al lounezhi hag ar galon. Gwelout a rin da veńjańs a-enep dezho, rak roet em eus dit va c'haoz.

13  Kanit d'an AOTROU, meulit an AOTROU, rak dieubet en deus ene ar paour eus dorn ar re fall.

14  Milliget ra vo deiz va ganedigezh, ra ne vo ket benniget an deiz ma'z on bet ganet gant va mamm!

15  Milliget ra vo an den a roas ar c'heloł-se da'm zad: Ganet eo bet dit ur mab! hag a leunias anezhań a levenez.

16  Ra vo an den-se evel ar c'hźrioł en deus an AOTROU distrujet hep kaout keuz, ra glevo ar c'hlemmvan da vintin hag ar youc'h brezel da greisteiz.

17  Perak n'on ket bet lakaet d'ar marv e kof va mamm? Perak n'eo ket bet va mamm evidon va bez? Perak n'eo ket chomet brazez da viken?

18  Perak ez on bet ganet, evit gwelout nemet trubuilh ha glac'har hag evit kuzumiń er vezh va deizioł?

 

Pennad 21

1  Ar gomz a voe disklźriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz, pa gasas ar roue Sedesia d'e gavout Pashur mab Malkija ha Sofonia mab Maaseja an aberzhour, evit lavarout:

2  Goulennata evidomp an AOTROU, rak Nebukadnezar roue Babilon a ra brezel a-enep deomp. Marteze e raio an AOTROU evidomp unan bennak eus e vurzhudoł, evit ma pellaio diouzhimp.

3  Jeremiaz a lavaras dezho: Evel-henn e lavarot da Sedesia:

4  Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel: Setu ez an da zistreiń an armoł brezel a zo en ho taouarn, ma stourmit ganto en diavaez ar mogerioł a-enep roue Babilon hag ar Galdeiz a seziz ac'hanoc'h, hag e tastumin anezho e-kreiz ar gźr-mań.

5  Ha me va-unan a stourmo a-enep deoc'h, gant un dorn astennet hag ur vrec'h kreńv, gant kounnar, gant fulor ha gant ur vrouez vras.

6  Hag e skoin war dud ar gźr-mań, den ha loen, hag e varvint dre ur vosenn vras.

7  Ha goude-se, eme an AOTROU, e lakain Sedesia roue Juda, e servijerien, ar bobl, ar re eus ar gźr-mań a vo manet goude ar vosenn, ar c'hleze hag an naonegezh, etre daouarn Nebukadnezar roue Babilon, etre daouarn o enebourien, hag etre daouarn ar re a glask o buhez, hag e skoio warno gant troc'h ar c'hleze, n'esperno ket anezho, n'en devo na truez na trugarez.

8  Lavarout a ri d'ar bobl-mań: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu e lakaan dirazoc'h hent ar vuhez hag hent ar marv.

9  Piv bennak a chomo er gźr-mań a varvo dre ar c'hleze, dre an naonegezh pe dre ar vosenn, met an hini a zeuio er-maez hag en em rento d'ar Galdeiz a seziz ac'hanoc'h, a vevo hag en devo e vuhez evel preizh.

10  Rak troet em eus va dremm a-enep ar gźr-mań, evit ober an droug ha nann ar mad, eme an AOTROU. Lakaet e vo etre daouarn roue Babilon, hag e tevo anezhi dre an tan.

11  Ha diwar-benn ti roue Juda: Selaouit komz an AOTROU:

12  Ti David, evel-henn e komz an AOTROU: Roit gwir adalek ar beure, dieubit an hini gwasket eus daouarn ar mac'homer, gant aon na zeufe va c'hounnar da darzhań evel un tan, ha na entanfe hep ma vefe den d'e vougań, en abeg da zrougiezh hoc'h oberoł.

13  Setu em eus droug ouzhit, te hag a zo o chom en draonienn, war roc'h ar blaenenn, eme an AOTROU, c'hwi hag a lavar: Piv a ziskenno a-enep deomp? Piv a zeuio en hor chomlec'hioł?

14  Me ho kastizo hervez frouezh hoc'h oberoł, eme an AOTROU, me a enaouo en he c'hoadeg un tan a zevo kement a zo en-dro dezhi.

 

Pennad 22

1  Evel-henn e komz an AOTROU: Diskenn da di roue Juda, ha disklźr ennań ar gomz-mań:

2  Lavar: Selaou ouzh komz an AOTROU, roue Juda, azezet war dron David, te, da servijerien ha da bobl, c'hwi hag a ya dre an dorojoł-mań,

3  evel-henn e komz an AOTROU: Grit hervez ar varnedigezh hag ar reizhder, dieubit an hini gwasket eus daouarn ar mac'homer, na vac'hit ket an diavaeziad nag an emzivad nag an intańvez, na vezit ket taer, na skuilhit ket ar gwad didamall el lec'h-mań.

4  Rak ma rit hervez ar gomz-mań, ar rouaned azezet war dron David a yelo dre zorojoł an ti-mań, pignet war girri ha war gezeg, int, o servijerien hag o fobl.

5  Met ma ne selaouit ket ouzh ar gomz-mań, touet em eus drezon va-unan, eme an AOTROU, ma vo gwastet an ti-mań.

6  Rak evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn ti roue Juda: Bez' ez out evidon evel Galaad, evel lein al Liban, met a-dra-sur e rin ac'hanout ur gouelec'h, kźrioł didud.

7  Kempenn a ran a-enep dit distrujerien, pep hini gant e armoł, a droc'ho hag a daolo en tan an dibab eus da sedrez.

8  Kalz a vroadoł a dremeno e-kichen ar gźr-mań, ha pep hini a lavaro d'e genseurt: Perak en deus graet an AOTROU evel-se d'ar gźr vras-mań?

9  Hag e vo respontet: Dre m'o deus dilezet emglev an AOTROU o Doue, ha dre m'o deus stouet dirak doueoł all ha servijet anezho.

10  Na ouelit ket war an hini a zo marv, na hirvoudit ket evitań, met gouelit, gouelit war an hini a ya kuit, rak ne zistroio ket ha n'adwelo ket bro e c'hanedigezh.

11  Rak evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn Shallum mab Jozia roue Juda, a renas war-lec'h Jozia e dad, hag a zo aet kuit eus al lec'h-mań: Ne zistroio ken,

12  met e varvo el lec'h m'eo kaset en harlu, ha ne welo ken ar vro-mań.

13  Gwalleur d'an hini a sav e di dre an direizhder hag e gambroł uhel dre an dislealder, a laka e nesań da labourat evit netra, na ro ket dezhań e c'hopr,

14  a lavar: Sevel a rin din un ti bras ha kambroł frank, a doull prenestroł, a lambrusk gant sedrez, hag a liv e ruz.

15  Daoust hag e reni dre ma en em veulez da implijout sedrez? Ha n'en deus ket da dad evet ha debret? Met ober a rae hervez ar varnedigezh hag ar reizhder, hag ez ae mat an traoł gantań.

16  Barn a rae kaoz ar paour hag an ezhommeg, hag ez ae mat an traoł gantań. Ha n'eo ket-se va anavezout? eme an AOTROU.

17  Met da zaoulagad ha da galon n'int nemet evit da wallc'hoant, evit skuilhań ar gwad didamall, evit mac'homań ha gwaskań.

18  Setu perak evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn Jojakim mab Jozia roue Juda: Ne vo ket gouelet warnań en ur lavarout: Siwazh va breur, siwazh va c'hoar! Ne vo ket gouelet warnań en ur lavarout: Siwazh aotrou, siwazh meurdez!

19  Sebeliet e vo e bez un azen, stlejet ha taolet e vo er-maez eus dorojoł Jeruzalem.

20  Pign d'al Liban, kri, sav da vouezh war ar Basan, kri eus lein an Abarim! Rak an holl re az kare a zo distrujet.

21  Komzet em eus ouzhit en amzer da verzh, hag e lavares: Ne selaouin ket. Setu da hent abaoe da yaouankiz, ne'c'h eus ket selaouet ouzh va mouezh.

22  An avel en em beuro eus da holl vźsaerien, hag ar re a gar ac'hanout a yelo d'an harlu. A-dra-sur neuze e vi mezhek ha dismegańset en abeg da'z holl zrougiezh.

23  Te hag a zo o chom el Liban, hag a ra da neizh er sedrez, pegen e klemmi pa zeuio warnout ar glac'har hag an enkrez, evel poan ur vaouez o wilioudiń!

24  Me a zo bev, eme an AOTROU, ha pa vefe Konia mab Jojakim roue Juda ur siell em dorn dehou, e tennin ac'hanout ac'hane.

25  Hag e lakain ac'hanout etre daouarn ar re a glask da vuhez, etre daouarn ar re ma ec'h eus aon dirazo, etre daouarn Nebukadnezar roue Babilon, hag etre daouarn ar Galdeiz.

26  Da deurel a rin, te ha da vamm he deus da c'hanet, en ur vro all ma n'hoc'h eus ket bet ganet enni, hag eno e varvot.

27  Ha diwar-benn ar vro ma c'hoantaint distreiń dezhi, ne zistroint ket.

28  An den-se, Konia, hag e vefe ur pod disprizus ha torret, ul lestr na ro ken a blijadur? Perak ez int taolet, eń hag e lignez, stlapet en ur vro n'anavezont ket?

29  O douar, douar, douar! Selaou komz an AOTROU!

30  Evel-henn e komz an AOTROU: Enskrivit an den-se evel dirannet eus mibien, evel un den ne raio ket berzh en e zeizioł, rak eus e lignez, den ne c'hello azezań war dron David, na ren c'hoazh war Juda.

 

Pennad 23

1  Gwalleur d'ar vźsaerien a zistruj hag a stlabez tropell va feurvan, eme an AOTROU.

2  Setu perak evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel, diwar-benn ar vźsaerien a beur va fobl: Stlabezet hoc'h eus va deńved, o c'haset hoc'h eus kuit, n'hoc'h eus ket graet war o zro. Setu ez an d'ober war ho tro en abeg da zrougiezh hoc'h oberoł, eme an AOTROU.

3  Hag e tastumin an nemorant eus va deńved, eus an holl vroioł ma em bo o c'haset kuit, hag o degasin en-dro d'o feurvan, hag e vint frouezhus hag e liesaint.

4  Lakaat a rin warno mźsaerien hag o feuro, n'o devo nag aon na spouron, ha ne vanko hini anezho, eme an AOTROU.

5  Setu e teu an deizioł, eme an AOTROU, ma savin da Zavid un diwan reizh, a reno evel ur roue, a raio berzh, a raio hervez ar varnedigezh hag ar reizhder war an douar.

6  En deizioł-se e vo salvet Juda, hag Israel a vo o chom e surentez, ha setu an anv ma vo galvet: An AOTROU hor reizhder.

7  Setu perak e teu an deizioł, eme an AOTROU, ma ne vo ken lavaret: An AOTROU a zo bev, eń hag en deus graet mibien Israel pignat kuit eus bro Ejipt,

8  met: An AOTROU a zo bev, eń hag en deus graet pignat kuit ha distroet diskennidi ti Israel eus bro an hanternoz hag eus an holl vroioł ma em bo o c'haset kuit, hag e vint o chom en o bro.

9  En abeg d'ar brofeded eo rannet va c'halon em c'hreiz, hag e kren va holl eskern. Bez' ez on evel un den mezv, evel un den trec'het gant ar gwin, en abeg d'an AOTROU hag en abeg da gomzoł e santelezh.

10  Rak ar vro a zo leun a avoultrerien, ar vro a zo e kańv en abeg d'ar vallozh, peurvanoł ar gouelec'h a zo krazet. O redadenn n'a nemet d'ar fall, hag o nerzh d'ar pezh n'eo ket eeun.

11  Ar profed hag an aberzhour a zo dizeol. Betek em zi e kavan o drougiezh, eme an AOTROU.

12  Setu perak e vo o hent evel lec'hioł risklus en deńvalijenn, bountet e vint hag e kouezhint. Rak me a lakaio an droug da zont warno da vloaz o c'hastiz, eme an AOTROU.

13  E profeded Samaria em eus gwelet kalz a follentez, profediń a reont dre Vaal, ha dianket o deus va fobl Israel.

14  Met e profeded Jeruzalem em eus gwelet traoł euzhus, avoultriń a reont hag e kerzhont er gaou. Kennerzhań a reont daouarn ar re fall, evit na zistroio hini ebet eus e zrougiezh. Evidon ez int holl evel Sodom, ha tud kźr evel Gomora.

15  Setu perak evel-henn e komz AOTROU an armeoł diwar-benn ar brofeded: Setu ez an d'ober dezho debriń huelenn hag evań dour ampoezonet, rak eus profeded Jeruzalem eo en em skuilhet an dizeoliezh en holl vro.

16  Evel-henn e komz AOTROU an armeoł: Na selaouit ket ouzh komzoł ar brofeded a zo o profediń deoc'h! Ho lakaat a reont da zont da vezań aner, o tisklźriań gweledigezh o c'halon ha nann eus genoł an AOTROU.

17  Lavarout a reont hep paouez d'ar re am dispriz: An AOTROU en deus lavaret: Ar peoc'h ho po, ha d'an holl re a gerzh hervez kaleter o c'halon: Ne c'hoarvezo droug ebet ganeoc'h.

18  Piv a zo bet e kuzul an AOTROU? Piv en deus merzet ha klevet e gomz? Piv en deus selaouet ouzh e gomz hag he c'hlevet?

19  Setu, emań o tont barr-avel an AOTROU gant fulor, an arnev a zo prest da zirollań, da gouezhań war benn ar re zrouk.

20  Kounnar an AOTROU ne zistroio ket, ken n'en devo graet mennadoł e galon hag o c'haset da benn. Kement-mań a gomprenot sklaer en deizioł diwezhań.

21  Ne'm eus ket kaset ar brofeded-se, hag o deus redet; ne'm eus ket komzet outo, hag o deus profedet.

22  Ma vijent bet em c'huzul, o dije roet da anavezout va c'homzoł da'm fobl, hag o dije distroet anezho eus o hent fall hag eus drougiezh o oberoł.

23  Ha ned on nemet un Doue a-dost, eme an AOTROU, ha ned on ket un Doue a-bell?

24  Unan bennak, hag e c'hellfe en em guzhat en ur repu ma ne welfen ket anezhań? eme an AOTROU. Ha ne leunian ket an neńvoł hag an douar? eme an AOTROU.

25  Klevet em eus ar pezh o deus lavaret ar brofeded, o profediń ar gaou em anv hag o lavarout: Un huńvre am eus bet! Un huńvre am eus bet!

26  Betek pegoulz e vo kement-se e kalon ar brofeded a zo o profediń ar gaou? Profediń a reont touellerezh o c'halon,

27  ar c'hoant o deus da lakaat va fobl da ankounac'haat va anv, gant an huńvreoł a lavar pep hini anezho d'e nesań, evel m'o deus o zadoł ankounac'haet va anv evit Baal.

28  Ur profed en deus bet un huńvre, ra zisklźrio e huńvre, hag an hini en deus bet va c'homz, ra lavaro va c'homz e gwirionez. Petra en deus ar plouz d'ober gant ar gwinizh? eme an AOTROU.

29  Ha n'eo ket va c'homz evel un tan, eme an AOTROU, evel ur morzhol a dorr ar roc'h?

30  Setu perak em eus droug ouzh ar brofeded, eme an AOTROU, a laer va c'homzoł an eil digant egile.

31  Setu, droug em eus ouzh ar brofeded, eme an AOTROU, a ra gant o zeod o-unan, hag a lavar: Lavaret en deus.

32  Setu, droug em eus ouzh ar re a zo o profediń huńvreoł faos, eme an AOTROU, a zisklźr anezho hag a ziank va fobl gant o gevier hag o herded. Ne'm eus ket o c'haset, ne'm eus ket roet a garg dezho, en doare ma ne dalvezont da netra evit va fobl, eme an AOTROU.

33  Mar gra goulennoł ouzhit ar bobl-mań, pe ar profed, pe un aberzhour, mar lavar dit: Pehini eo diougan an AOTROU? e lavari dezho: Pehini eo an diougan? Me ho tilezo! eme an AOTROU.

34  Ha diwar-benn ar profed pe an aberzhour pe den ar bobl a lavaro: Diougan an AOTROU, e kastizin an den-se hag e di.

35  Lavarout a reot neuze pep hini d'e nesań ha pep hini d'e vreur: Petra en deus respontet an AOTROU? ha: Petra en deus disklźriet an AOTROU?

36  Met ne reot ken meneg eus: Diougan an AOTROU, rak komz pep hini a vo e ziougan; direizhet hoc'h eus komzoł an Doue bev, AOTROU an armeoł, hon Doue.

37  Lavarout a ri d'ar profed: Petra en deus respontet an AOTROU dit? ha: Petra en deus disklźriet an AOTROU?

38  Ha mar lavarit: Diougan an AOTROU, en abeg da-se, eme an AOTROU, dre ma lavarit ar gomz-mań: Diougan an AOTROU, ha ma em eus kaset d'ho kavout da lavarout deoc'h: Na lavarit ken: Diougan an AOTROU,

39  en abeg da-se, ma a ankounac'haio ac'hanoc'h holl, hag ho taolin kuit a-zirazon, c'hwi hag ar gźr am boa roet deoc'h ha d'ho tadoł,

40  hag e lakain warnoc'h un dismegańs peurbadus, ur vezh peurbadus, na vo ket ankounac'haet.

 

Pennad 24

1  An AOTROU a ziskouezas din, setu, div baner fiez lakaet dirak templ an AOTROU, goude ma en doa Nebukadnezar roue Babilon harluet eus Jeruzalem Jekonia mab Jojakim roue Juda, gant prińsed Juda hag ar gilvizien hag an alc'hwezerien, ha ma en doa o degaset da Vabilon.

2  Unan eus ar paneroł he doa fiez mat-kenań, evel ma'z eo fiez an dastum kentań, hag ar baner all he doa fiez gwall fall, na c'helle ket bezań debret, ken fall ma oant.

3  Hag an AOTROU a lavaras din: Petra a welez, Jeremiaz? Hag e lavaris: Fiez, fiez mat, mat-kenań, ha fiez fall, gwall fall, re fall evit bezań debret, ken fall ma'z int.

4  Komz an AOTROU a voe disklźriet din er gerioł-se:

5  Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel: Evel ar fiez mat-se, evel-se e tisheńvelain, evit o mad, harluidi Juda am eus kaset eus al lec'h-mań da vro ar Galdeiz.

6  Hag e sellin outo gant ul lagad madelezhus, hag o degasin en-dro d'ar vro-mań, hag e tiazezin anezho ha n'o distrujin ken, hag e plantin anezho ha n'o zennin ken.

7  Hag e roin dezho ur galon da'm anavezout, me an AOTROU, hag e vint va fobl hag e vin o Doue, rak e tistroint da'm c'havout a-greiz-kalon.

8  Hag evel ar fiez fall-se na c'hell ket bezań debret, ken fall ma'z int, eme an AOTROU, e lakain da vezań evelto Sedesia roue Juda hag e brińsed hag an nemorant eus Jeruzalem, ar re a zo manet er vro-mań hag ar re a zo o chom e bro Ejipt.

9  Hag e rin dezho bezań ur spont evit o gwalleur, dre holl rouantelezhioł an douar, evit bezań un dismegańs, ur flemmadenn, ur c'hoapadenn, ur vallozh, en holl lec'hioł ma em bo o c'haset.

10  Hag e kasin warno ar c'hleze, an naonegezh hag ar vosenn, betek ma vint distrujet a-ziwar an douar am boa roet dezho ha d'o zadoł.

 

Pennad 25

1  Ar gomz a voe disklźriet da Jeremiaz evit holl bobl Juda, d'ar pevare bloaz eus Jojakim mab Jozia roue Juda, a oa bloaz kentań Nebukadnezar roue Babilon,

2  hag ar profed Jeremiaz a zisplegas anezhi dirak holl bobl Juda hag holl dud Jeruzalem er gerioł-se:

3  Abaoe an trizekvet bloaz eus Jozia mab Amon roue Juda betek hiziv, ez eus tri bloaz warn-ugent ma'z eo bet komz an AOTROU disklźriet din, hag em eus komzet ouzhoc'h, komzet adalek ar beure, met n'hoc'h eus ket selaouet.

4  An AOTROU en deus kaset deoc'h e holl servijerien, ar brofeded, o c'haset en deus adalek ar beure, met n'hoc'h eus ket o selaouet, n'hoc'h eus ket roet ho skouarn evit selaou,

5  pa lavarent: Distroit pep hini ac'hanoc'h eus e hent fall hag eus drougiezh hoc'h oberoł, hag e viot o chom a gantved da gantved war an douar en deus an AOTROU roet deoc'h ha d'ho tadoł,

6  n'it ket war-lerc'h doueoł all evit o servijań ha stouiń dirazo, na'm imorit ket dre labour ho taouarn, ha ne rin droug ebet deoc'h.

7  Met n'hoc'h eus ket selaouet ouzhin, eme an AOTROU, en doare ma hoc'h eus va imoret dre labour ho taouarn, evit ho kwalleur.

8  Setu perak evel-henn e komz AOTROU an armeoł: Dre ma n'hoc'h eus ket selaouet ouzh va c'homzoł,

9  setu e kasin hag e kemerin holl bobloł an hanternoz, eme an AOTROU, ha Nebukadnezar roue Babilon va servijer, hag o lakain da zont a-enep ar vro-mań hag a-enep hec'h holl dud hag a-enep an holl vroadoł tro-dro. Hag o lakain da verz, hag e rin anezho ur glac'har hag ur goapaerezh, ur gouelec'h peurbadus.

10  Hag e lakain da baouez en o zouez mouezh ar joa ha mouezh al levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac'h-nevez, trouz ar mein-milin ha sklerijenn al lampoł.

11  An holl vro-mań a vo un distruj hag ur rivin, hag ar broadoł-mań a vo sujet da roue Babilon e-pad dek vloaz ha tri-ugent.

12  Hag e c'hoarvezo, pa vo sevenet an dek vloaz ha tri-ugent, ma kastizin roue Babilon hag ar vroad-se, eme an AOTROU, en abeg d'o direizhder. Me a gastizin bro ar Galdeiz, hag e rin anezhi ur gouelec'h peurbadus.

13  Ober a rin war ar vro-se an holl gomzoł am eus disklźriet a-enep dezhi, kement a zo skrivet el levr-mań, ar pezh en deus Jeremiaz profedet a-enep an holl vroadoł-se.

14  Rak pobloł galloudek ha rouaned vras o sujo, int ivez, ha me a zaskoro dezho hervez o oberoł hag hervez labour o daouarn.

15  Rak evel-henn en deus lavaret an AOTROU, Doue Israel, din: Kemer eus va dorn an hanaf-mań a win a gounnar, ha ro dioutań da evań d'an holl bobloł ma ez kasin etrezek enno.

16  Evań a raint hag e vrańsellint hag e teuint diskiant en abeg d'ar c'hleze a gasin en o zouez.

17  Kemer a ris eta an hanaf eus dorn an AOTROU, hag e rois da evań dioutań d'an holl vroadoł am c'hase an AOTROU etrezek enno,

18  da Jeruzalem ha da gźrioł Juda, d'he rouaned ha d'he frińsed, evit ober anezho ur rivin, ur glac'har, ur c'hoapadenn hag ur vallozh, evel ma weler hiziv,

19  da Faraon roue an Ejipt, d'e servijerien, d'e brińsed ha d'e holl bobl,

20  d'an holl veskad, da holl rouaned bro Uz, da holl rouaned bro ar Filistined, da Askalon, da C'haza, da Ekron, d'an nemorant eus Asdod,

21  da Edom, da Voab, da vibien Ammon,

22  da holl rouaned Tir, da holl rouaned Sidon, da rouaned an inizi a zo en tu all d'ar mor,

23  da Zedan, Tema ha Buz, d'an holl re a douz kognoł o barv,

24  da holl rouaned Arabia, da holl rouaned an dud mesket a zo o chom er gouelec'h,

25  da holl rouaned Zimri, da holl rouaned Elam, da holl rouaned Media,

26  da holl rouaned an hanternoz, ken tost evel pell, an eil goude egile, da holl rouantelezhioł ar bed, a zo war c'horre an douar. Ha roue Sheshak a evo war o lerc'h.

27  Lavarout a ri dezho: Evel-henn e komz AOTROU an armeoł, Doue Israel: Evit ha bezit mezv, dislonkit ha kouezhit hep adsevel, en abeg d'ar c'hleze a gasin en ho touez.

28  Ha ma ne fell ket dezho kemer an hanaf eus da zorn evit evań, e lavari dezho: Evel-henn e komz AOTROU an armeoł: Evań a reot dioutań a-dra-dur!

29  Rak setu, en em lakaan d'ober an droug war ar gźr ma vez galvet va anv warni, ha c'hwi a vefe disamm dioutań? Ne viot ket disamm, rak ar c'hleze a c'halvin war holl dud an douar, eme AOTROU an armeoł.

30  Profediń a ri dezho an holl draoł-se: Lavarout a ri: An AOTROU a yudo eus an nec'h, hag a roio da glevout e vouezh eus e chomlec'h santel; yudal a raio a-enep e annezlec'h, leuskel a raio kriadennoł, evel ar re a jaodr er waskerell, a-enep holl dud an douar.

31  An trouz a zeuio betek penn an douar, rak an AOTROU en deus ur breud a-enep ar broadoł, mont a ra e barnedigezh a-enep pep kig, ar re zrouk a vo roet d'ar c'hleze, eme an AOTROU.

32  Evel-henn e komz AOTROU an armeoł: Setu e tremen an droug a vroad da vroad, hag ur gorventenn vras a savo eus pennoł an douar.

33  Ar re a vo lazhet gant an AOTROU en deiz-se a vo astennet eus ur penn d'an douar d'egile, ne vo ket gouelet warno, ne vint ket dastumet na sebeliet, met e vint evel teil war c'horre an douar.

34  Youc'hit, mźsaerien, ha garmit! Torimellit, renerien an tropell! Rak deuet eo an deizioł ma viot lazhet, hag ez an d'ho stlabezań, hag e kouezhot evel ul lestr prizius.

35  Hag ar vźsaerien n'o devo lec'h ebet da dec'hout, na renerien an tropell da vont kuit.

36  Klevet e vo garmadeg ar vźsaerien ha youc'hadeg renerien an tropell, rak e kwast an AOTROU o feurvanoł.

37  Al lochennoł sioul a zo distrujet, en abeg da gounnar entanet an AOTROU.

38  Dilezet en deus e dinell evel ul leon yaouank: o bro a zo gwastet, en abeg da wrez an heskiner, en abeg d'e gounnar entanet.

 

Pennad 26

1  E derou ren Jojakim mab Jozia roue Juda, ar gomz a voe disklźriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioł-se:

2  Evel-henn e komz AOTROU: En em zalc'h war leurenn ti an AOTROU, ha lavar da holl gźrioł Juda a zeu da stouiń e ti an AOTROU an holl gomzoł am eus gourc'hemennet dit lavarout dezho; na lam ket ur ger.

3  Marteze e selaouint hag e tistroint pep hini diwar e hent fall, hag em bo keuz d'an droug a sońjen ober dezho en abeg da zrougiezh o oberoł.

4  Lavarout a ri dezho: Evel-henn e komz an AOTROU: Ma ne selaouit ket ouzhin evit kerzhout hervez va lezenn am eus lakaet dirazoc'h,

5  evit selaou ouzh komzoł va servijerien, ar brofeded, a gasan deoc'h, am eus kaset deoc'h adalek ar beure, ha n'hoc'h eus ket selaouet,

6  me a lakaio an ti-mań evel Silo, hag e rin eus ar gźr-mań ur vallozh evit holl vroadoł an douar.

7  An aberzhourien, ar brofeded hag an holl bobl a glevas Jeremiaz o tisklźriań ar c'homzoł-mań e ti an AOTROU.

8  Kerkent ha m'en doe Jeremiaz echuet da lavarout kement en doa an AOTROU gourc'hemennet da lavarout d'an holl bobl, ma krogas an aberzhourien, ar brofeded hag an holl bobl ennań, o lavarout: Mervel a ri!

9  Perak e profedez en anv an AOTROU o lavarout: An ti-mań a vo evel Silo, hag ar gźr-mań a vo gwastet ha ne vo ken a dud enni? Hag an holl bobl a vodadas en-dro da Jeremiaz e ti an AOTROU.

10  Prińsed Juda, o vezań klevet an traoł-se, a bignas eus ti ar roue da di an AOTROU, hag ec'h azezjont ouzh dor Nevez ti an AOTROU.

11  An aberzhourien hag ar brofeded a gomzas ouzh ar brińsed hag ouzh an holl bobl o lavarout: An den-se a zo dellezek a varv, rak profedet en deus a-enep kźr, evel ma hoc'h eus klevet gant ho tivskouarn.

12  Jeremiaz a gomzas ouzh an holl brińsed hag ouzh an holl bobl o lavarout: An AOTROU eo en deus va c'haset da brofediń a-enep an ti-mań hag a-enep ar gźr-mań an holl gomzoł hoc'h eus klevet.

13  Bremań eta adreizhit hoc'h hentoł hag hoc'h oberoł, selaouit ouzh mouezh an AOTROU ho Toue, hag an AOTROU en devo keuz d'an droug a lavaras en ho enep.

14  Evidon-me, setu ez on etre ho taouarn, grit ouzhin evel ma kavot mat ha reizh.

15  Gouezit hepken mar lakait ac'hanon d'ar marv, e lakaiot gwad didamall warnoc'h, war ar gźr-mań, war he zud. Rak e gwirionez en deus va c'haset an AOTROU etrezek ennoc'h evit disklźriań ouzh ho tivskouarn ar c'homzoł-mań.

16  Neuze ar brińsed hag ar bobl a lavaras d'an aberzhourien ha d'ar brofeded: An den-se n'eo ket dellezek a varv, rak en anv an AOTROU hon Doue eo en deus komzet ouzhimp.

17  Hag hiniennoł eus henaourien ar vro a savas hag a gomzas ouzh holl vodadeg ar bobl o lavarout:

18  Mika ar Morastad a brofedas en deizioł Ezekiaz roue Juda, hag a gomzas da holl bobl Juda o lavarout: Evel-henn e komz AOTROU an armeoł: Sion a vo aret evel ur park, Jeruzalem a vo troet en ur bern distruj, menez an templ e lec'hioł uhel ur goadeg.

19  Ezekiaz roue Juda hag holl dud Juda, hag en lakajont d'ar marv? Ha n'en deus ket doujet an AOTROU? Ha ne bedas ket an AOTROU? Ha keuz en deus bet an AOTROU d'an droug en doa lavaret en ho enep. Ha ni, hag e kargimp hon eneoł eus un torfed ken bras?

20  Bez' e voe c'hoazh un den a brofedas en anv an AOTROU: Uri mab Shemaja eus Kirjad-Jearim. Profediń a reas a-enep ar gźr-mań hag a-enep ar vro-mań, hervez an hevelep komzoł ha Jeremiaz.

21  Ar roue Jojakim, gant e holl c'halloudeien hag e holl brińsed, a glevas e gomzoł, hag ar roue a fellas dezhań e lazhań. Met Uri, o vezań klevet-se, en doe aon hag a dec'has hag a yeas d'an Ejipt.

22  Hag ar roue Jojakim a gasas tud d'an Ejipt, Elnatan mab Akbor hag hiniennoł all gantań d'an Ejipt.

23  Hag e lakajont Uri da zont er-maez eus an Ejipt, hag en degasjont d'ar roue Jojakim, a lazhas anezhań gant ar c'hleze hag a daolas e gorf marv da vezioł bugale ar bobl.

24  Met dorn Ahikam mab Shafan a voe gant Jeremiaz, hag e harzas outo d'e lakaat etre daouarn ar bobl da vezań lakaet d'ar marv.

 

Pennad 27

1  E derou ren Jojakim mab Jozia roue Juda, ar gomz a voe disklźriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioł-se:

2  Evel-henn en deus komzet an AOTROU ouzhin: Gra ereoł ha yevioł, laka anezho war da c'houzoug,

3  ha kas anezho da roue Edom, da roue Moab, da roue mibien Ammon, da roue Tir, da roue Sidon, dre zaouarn ar gannaded a zo deuet da Jeruzalem etrezek Sedesia roue Juda.

4  Ro dezho va urzhioł evit o mestroł o lavarout: Evel-henn e komz AOTROU an armeoł, Doue Israel: Evel-henn e lavarot d'ho mestroł:

5  Graet em eus an douar, an dud hag al loened a zo war an douar, dre va nerzh bras ha va brec'h astennet, hag e roan anezho d'an hini a fell din.

6  Ha bremań em eus roet an holl vroioł-se da Nebukadnezar roue Babilon, va servijer, ha roet em eus dezhań zoken loened ar parkeier evit e servijań.

7  An holl vroadoł a servijo anezhań, e vab ha mab e vab, ken na zeuio an amzer evit e vro e-unan ivez da vezań mestroniet gant meur a vroad ha rouaned bras.

8  Ar vroad pe ar rouantelezh na servijo ket Nebukadnezar roue Babilon, ha na lakaio ket e c'houzoug dindan yev roue Babilon, ar vroad-se a gastizin-me, eme an AOTROU, dre ar c'hleze, dre an naonegezh ha dre ar vosenn, betek ma em bo distrujet anezho dre e zorn.

9  C'hwi eta, na selaouit ket ho profeded, ho tivinourien, hoc'h huńvreerien, ho steredourien, hoc'h hudourien, a gomz ouzhoc'h o lavarout: Ne servijot ket roue Babilon.

10  Rak e profedont gevier deoc'h, evit ma'z eot pell eus ho pro, evit ma kasin ac'hanoc'h kuit ha ma varvot.

11  Met ar vroad a lakaio e c'houzoug dindan yev roue Babilon hag a servijo anezhań, a lezin en he douar, eme an AOTROU, evit ma en labouro ha ma chomo warnań.

12  Hag e komzis ouzh Sedesia roue Juda hervez an hevelep komzoł, hag e lavaris: Lakait ho kouzoug dindan yev roue Babilon, ha servijit anezhań hag e bobl, hag e vevot.

13  Perak e varvfec'h, te ha da bobl, dre ar c'hleze, dre an naonegezh ha dre ar vosenn, evel m'en deus lavaret an AOTROU diwar-benn ar vroad na servijo ket roue Babilon?

14  Na selaouit ket ouzh komzoł ar brofeded a gomz ouzhoc'h o lavarout: Ne servijot ket roue Babilon! Rak e profedont gevier deoc'h.

15  Ne'm eus ket kaset anezho, eme an AOTROU, hag e profedont e gaou em anv, evit ma kasin ac'hanoc'h kuit ha ma varvot, c'hwi hag ar brofeded a ro profediezhoł deoc'h.

16  Hag e komzis ouzh an aberzhourien hag ouzh an holl bobl, hag e lavaris: Evel-henn e komz an AOTROU: Na selaouit ket ouzh komzoł ho profeded a zo o profediń deoc'h, o lavarout: Setu, traoł ti an AOTROU a vo prest kaset en-dro eus Babilon. Rak e profedont gevier deoc'h.

17  Na selaouit ket outo. Servijit roue Babilon, hag e vevot. Perak e vefe ar gźr-mań distrujet?

18  Mard int profeded ha mard emań komz an AOTROU ganto, ra erbedint e-kichen AOTROU an armeoł, evit ma chomo an traoł a van e ti an AOTROU, e ti roue Juda hag e Jeruzalem, ha ma ned aint ket da Vabilon.

19  Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoł diwar-benn ar c'holonennoł, ar mor, ar sichennoł hag an traoł all a van er gźr-mań,

20  n'en deus ket Nebukadnezar roue Babilon lamet p'en deus harluet eus Jeruzalem da Vabilon Jekonia mab Jojakim roue Juda, gant holl uhelidi Juda ha Jeruzalem,

21  ya, evel-henn e komz AOTROU an armeoł, Doue Israel, diwar-benn an traoł a van e ti an AOTROU, e ti roue Juda hag e Jeruzalem:

22  Kaset e vint da Vabilon, hag e chomint eno betek an deiz ma weladennin anezho, eme an AOTROU; hag e rin dezho adsevel ha dont en-dro d'al lec'h-mań.

 

Pennad 28

1  Er bloaz-mań, e derou ren Sedesia roue Juda, d'ar pevare bloaz, d'ar pempvet miz, Hanania mab ar profed Azur, eus Gabaon, a gomzas ouzhin e ti an AOTROU, dirak an aberzhourien hag an holl bobl, hag e lavaras:

2  Evel-henn e komz AOTROU an armeoł, Doue Israel: Torret em eus yev roue Babilon.

3  A-benn c'hoazh daou vloaz, hag e kasin en-dro d'al lec'h-mań an holl draoł eus ti an AOTROU, en devoa Nebukadnezar roue Babilon lamet eus al lec'h-mań ha kaset da Vabilon.

4  Me a lakaio da zistreiń d'al lec'h-mań, eme an AOTROU, Jekonia mab Jojakim roue Juda, gant an holl harluidi Juda a zo aet da Vabilon, rak terriń a rin yev roue Babilon.

5  Ar profed Jeremiaz a gomzas ouzh ar profed Hanania, dirak an aberzhourien hag an holl bobl en em zalc'he e ti an AOTROU.

6  Ar profed Jeremiaz a lavaras: Amen! Ra vo graet evel-se gant an AOTROU! Ra seveno an AOTROU da gomzoł ac'h eus profedet, ha ra lakaio da zont en-dro eus Babilon d'al lec'h-mań traoł ti an AOTROU hag an holl harluidi.

7  Koulskoude, selaou ar gomz a zisklźrian da'z tivskouarn ha da zivskouarn an holl bobl:

8  Ar brofeded hag a zo bet a-raok din hag a-raok dit, abaoe pell 'zo, o deus profedet a-enep meur a vro hag a-enep rouantelezhioł bras, ar brezel, ar glac'har hag ar vosenn.

9  Mard eo profedet ar peoc'h gant ur profed, eo dre sevenidigezh e c'her e vo ar profed-mań anavezet e gwirionez evel kaset gant an AOTROU.

10  Neuze ar profed Hanania a gemeras ar yev diwar c'houzoug Jeremiaz, hag a dorras anezhań.

11  Hag Hanania a gomzas dirak an holl bobl o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Evel-se eo e torrin a-benn daou vloaz yev Nebukadnezar roue Babilon diwar c'houzoug an holl vroadoł. Hag ar profed Jeremiaz a yeas gant e hent.

12  Komz an AOTROU a voe disklźriet da Jeremiaz, goude m'en doe ar profed Hanania torret ar yev diwar c'houzoug ar profed Jeremiaz, er gerioł-se:

13  Kae ha komz ouzh Hanania, ha lavar dezhań: Evel-henn e komz an AOTROU: Torret ec'h eus yevioł koad, met gra en o lec'h yevioł houarn.

14  Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoł, Doue Israel: Lakaet em eus ur yev houarn war c'houzoug an holl vroadoł-se, evit ma servijint Nebukadnezar roue Babilon, rak e servijint anezhań; ha roet em eus dezhań zoken loened ar parkeier.

15  Neuze e lavaras ar profed Jeremiaz d'ar profed Hanania: Selaou Hanania! An AOTROU n'en deus ket da gaset, met lakaet ec'h eus ar bobl-mań da fiziout er gaou.

16  Setu perak, evel-henn e komz an AOTROU: Setu e kasan ac'hanout a-ziwar an douar, mervel a ri er bloaz-mań, rak ec'h eus prezeget an dispac'h a-enep an AOTROU.

17  Hag ar profed Hanania a varvas er bloaz-se, d'ar seizhvet miz.

 

Pennad 29

1  Setu amań gerioł al lizher a gasas ar profed Jeremiaz eus Jeruzalem d'an nemorant eus an henaourien a zo bet harluet, d'an aberzhourien, d'ar brofeded ha d'an holl bobl, kaset en harlu gant Nebukadnezar eus Jeruzalem da Vabilon,

2  goude ma voe aet kuit eus Jeruzalem ar roue Jekonia gant ar rouanez, ar spazhidi, prińsed Juda ha Jeruzalem, ar gilvizien hag an alc'hwezerien.

3  Douget e voe dre zorn Eleaza mab Shafan ha Gemaria mab Hilkija, a voe kaset gant Sedesia roue Juda da Vabilon etrezek Nebukadnezar roue Babilon. Setu ar gerioł a oa ennań:

4  Evel-henn e komz AOTROU an armeoł, Doue Israel, d'an holl harluidi am eus harluet eus Jeruzalem da Vabilon:

5  Savit tiez ha chomit enno, plantit liorzhoł ha debrit o frouezh,

6  kemerit gwragez ha bezit tad da vibien ha merc'hed, kemerit gwragez evit ho mibien ha roit gwazed d'ho merc'hed, evit ma c'hanint mibien ha merc'hed, kreskit ha na zigreskit ket.

7  Klaskit peoc'h ar gźr am eus ho harluet enni, pedit an AOTROU eviti, rak en he feoc'h ho po ar peoc'h.

8  Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoł, Doue Israel: Ra ne douello ket ac'hanoc'h ar brofeded a zo en ho touez hag an divinourien, ha na selaouit ket an huńvreoł a huńvreit.

9  Rak e profedont gevier em anv, ne'm eus ket kaset anezho, eme an AOTROU.

10  Rak evel-henn e komz an AOTROU: Pa vo sevenet an dek vloaz ha tri-ugent evit Babilon, e weladennin ac'hanoc'h hag e sevenin va c'homz vat en ho keńver, evit ober deoc'h distreiń d'al lec'h-mań.

11  Rak gouzout a ran ar sońjoł a ran evidoc'h, eme an AOTROU, sońjoł a beoc'h ha nann a zroug, evit reiń deoc'h un dazont hag un esperańs.

12  Neuze e c'halvot ac'hanon hag ez eot kuit; va fediń a reot hag e selaouin ouzhoc'h.

13  Va c'hlask a reot, hag em c'havot, rak e klaskot ac'hanon a-greiz-kalon.

14  Rak en em lakain da vezań kavet ganeoc'h, eme an AOTROU, hag e tegasin en-dro ho re zalc'het, ho tastumin a-douez an holl vroadoł hag eus an holl lec'hioł ma em bo ho kaset kuit, eme an AOTROU, hag ho tegasin en-dro d'al lec'h am boa ho harluet diwarnań.

15  Koulskoude e lavarit: Doue en deus savet deomp profeded e Babilon.

16  En abeg da-se, evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn ar roue a zo azezet war dron David ha diwar-benn an holl bobl a zo o chom er gźr-mań, diwar-benn ho preudeur n'int ket aet ganeoc'h d'an harlu,

17  evel-henn e komz AOTROU an armeoł: Setu ez an da gas a-enep dezho ar c'hleze, an naonegezh hag ar vosenn, hag o lakain da zont evel fiez gwall fall na c'hell ket bezań debret, ken fall ma'z int.

18  Hag e redin war o lerc'h gant ar c'hleze, an naonegezh hag ar vosenn, hag e rin dezho bezań ur spont evit holl rouantelezhioł an douar, ur vallozh, ur souezh, ur c'hoapadenn, un dismegańs, d'an holl vroadoł am bo o c'haset en o zouez,

19  dre ma n'o deus ket selaouet va c'homzoł, eme an AOTROU, pa gasen dezho va servijerien, ar brofeded, am eus kaset adalek ar beure, ha n'hoc'h eus ket selaouet, eme an AOTROU.

20  Selaouit ouzh komz an AOTROU, c'hwi holl harluidi, am eus kaset eus Jeruzalem da Vabilon,

21  evel-henn e komz AOTROU an armeoł, Doue Israel, diwar-benn Akab mab Kolaja ha diwar-benn Sedesia mab Maaseja, rak e profedont deoc'h e gaou em anv: Setu ez an d'o lakaat e dorn Nebukadnezar roue Babilon, hag o lakaio d'ar marv dirak ho taoulagad.

22  Hag e vo kemeret diganto un dro-lavar a vallozh e-touez holl harluidi Juda a zo e Babilon, lavaret e vo: Ra raio an AOTROU dit evel da Sedesia ha da Akab, en deus roue Babilon grilhet dre an tan,

23  dre ma o deus graet traoł euzhus en Israel, avoultret o deus gant gwragez o nesań, lavaret o deus em anv gevier na'm boa ket gourc'hemennet dezho. Me a oar kement-se, ha me eo an test, eme an AOTROU.

24  Komz ivez ouzh Shemaja an Nekelamad, o lavarout:

25  Evel-henn e komz AOTROU an armeoł, Doue Israel: Kaset ec'h eus ez anv lizheroł d'an holl bobl a zo e Jeruzalem, da Sofonia mab Maaseja, an aberzhour, ha d'an holl aberzhourien, o lavarout:

26  An AOTROU en deus da lakaet aberzhour e-lec'h Jehojada an aberzhour, evit ma vo ensellerien e ti an AOTROU, evit eveshaat war bep den diskiant a ro profediezhoł, evit e lakaat en toull-bac'h hag en hern,

27  ha bremań, perak ne'c'h eus ket gourdrouzet Jeremiaz eus Anatod a ro profediezhoł deoc'h,

28  hag en deus kaset da lavarout deomp da Vabilon: hir e vo, savit tiez ha chomit enno, plantit liorzhoł ha debrit o frouezh?

29  Sofonia an aberzhour en doa lennet al lizher-mań ouzh divskouarn ar profed Jeremiaz.

30  Ha komz an AOTROU a voe disklźriet da Jeremiaz er gerioł-se:

31  Kas da lavarout ar gerioł-se d'an harluidi: Evel-henn e komz an AOTROU a-zivout Shemaja an Nekelamad: Shemaja en deus profedet deoc'h, ha ne'm eus ket e gaset, met ho lakaet en deus da fiziout er gaou,

32  en abeg da-se, evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da gastizań Shemaja an Nekelamad hag e lignez; n'en devo den o chom e-touez ar bobl-mań, ha ne welo ket ar mad a rin da'm fobl, eme an AOTROU, rak en deus prezeget an dispac'h a-enep an AOTROU.

 

Pennad 30

1  Ar gomz a voe disklźriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioł-se:

2  Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel: Skriv en ul levr an holl gomzoł am eus lavaret dit.

3  Setu e teu an deizioł, eme an AOTROU, ma tegasin en-dro re zalc'het va fobl Israel ha Juda, eme an AOTROU, hag e rin dezho distreiń d'ar vro am boa roet d'o zadoł, hag e perc'hennint anezhi.

4  Ha setu ar c'homzoł en deus disklźriet an AOTROU diwar-benn Israel ha diwar-benn Juda:

5  Evel-henn e komz an AOTROU: Klevet hon eus ur vouezh a spouron, bez' ez eus ar spont, ha n'eus ket a beoc'h.

6  Goulennit ha gwelit hag-eń e c'hell ur gwaz genel. Perak e welan pep den gant e zaouarn war e zivgroazell, evel ur vaouez er poanioł? Perak eo deuet an holl zremmoł da vezań drouklivet?

7  Siwazh! An deiz-se a zo bras, ha n'eus ket bet unan heńvel outań. Un amzer a enkrez eo evit Jakob, met e vo dieubet diouti.

8  Hag en deiz-se, eme AOTROU an armeoł, e vruzunin e yev diwar da c'houzoug hag e torrin da ereoł, hag ne vi ken sujet d'an diavaezidi.

9  Servijań a raint an AOTROU o Doue, ha David o roue a savin dezho.

10  Te eta, va servijer Jakob, na'z pez ket aon, eme an AOTROU, na spont ket, Israel! Rak setu, e tieubin ac'hanout eus an douar pell, ha da lignez eus bro an harlu. Hag e tistroio Jakob, hag e vo sioul hag e peoc'h, ha ne vo den da spontań anezhań.

11  Rak me a zo ganit, eme an AOTROU, evit da zieubiń. Peurzistrujań a rin an holl vroadoł am boa da stlabezet en o zouez, met te, ne zistrujin ket ac'hanout holl, da gastizań a rin gant muzul, met ne'z talc'hin ket evit didamall.

12  Rak evel-henn e komz an AOTROU: Da c'houli a zo dibareüs, ha da c'hloaz poanius.

13  Den ne gemer da du evit da lienań, ha n'eus louzoł ebet evidout, na du da'z pareań.

14  Da holl amourouzien o deus da ankounac'haet, n'int ket e chal ganit, rak skoet em eus warnout evel ma skoer war un enebour, evel ma kastizer un den garv, en abeg da liester da fallagriezhoł ha da braster da bec'hedoł.

15  Perak e klemmez evit da c'houli? Da c'hloaz a zo dibareüs; graet em eus an traoł-se en abeg da liester da fallagriezhoł ha da braster da bec'hedoł.

16  Koulskoude an holl re a zebr ac'hanout a vo debret, ha da holl enebourien, holl anezho, a yelo d'ar sklavelezh. Ar re a ziwisk ac'hanout a vo diwisket, hag ar re a breizh ac'hanout a vo roet d'ar breizhadeg.

17  Me a yac'haio ac'hanout hag a bareo da c'hloazioł, eme an AOTROU, rak da anvet o deus: Ar gaset kuit! Sion eo, ha den n'eo e chal ganti.

18  Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da zegas en-dro re zalc'het teltennoł Jakob hag em bo truez eus e dinelloł. Ar gźr a vo adsavet war hec'h uhelenn hag ar palez a vo adlakaet en e lec'h.

19  Hag e teuio diouto trugarekadennoł ha kriadennoł a levenez, hag e kreskin anezho, ne vihanaint ken, hag ec'h enorin anezho, ne vint ken izelaet.

20  E vibien a vo evel gwechall, e vodadenn a vo startaet dirazon, hag e kastizin an holl re a wask anezho.

21  E renerien a vo kemeret en o zouez, hag e benn-bras a zeuio eus e greiz. Lakaat a rin anezhań da dostaat, hag e teuio etrezek ennon. Rak piv eo an hini a lakaio, drezań e-unan, e galon da dostaat ouzhin? eme an AOTROU.

22  Hag e viot va fobl, hag e vin ho Toue.

23  Setu, emań o tont barr-avel an AOTROU gant fulor, an arnev a zo prest da zirollań, da gouezhań war benn ar re zrouk.

24  Kounnar entanet an AOTROU ne zistroio ket, ken n'en devo graet mennadoł e galon hag o c'haset da benn. Kement-mań a gomprenot sklaer en deizioł diwezhań.

 

Pennad 31

1  En amzer-se, eme an AOTROU, e vin Doue holl diegezhioł Israel, hag e viot va fobl.

2  Evel-henn e komz an AOTROU: Kavet he deus gras er gouelec'h, ar bobl deuet salv eus ar c'hleze. Hag Israel a gerzh d'an diskuizh.

3  A-bell en deus an AOTROU en em ziskouezet din, o lavarout: Da garet em eus a garantez peurbadus, setu perak em eus hiraet va madelezh ez keńver.

4  Me az savo c'hoazh, hag e vi savet, o gwerc'hez Israel! Kinklet e vi c'hoazh gant da daboulinoł, hag ez i er-maez e-touez korolloł laouen.

5  Plantań a ri c'hoazh gwini war venezioł Samaria, hag ar re o devo o flantet a zastumo ar frouezh evito.

6  Rak e vo un deiz ma krio ar warded war venez Efraim: Savit ha pignomp da Sion etrezek an AOTROU hon Doue!

7  Evel-henn e komz an AOTROU: Kanit gant levenez evit Jakob, youc'hit evit penn ar broadoł! Roit da glevout, meulit ha lavarit: AOTROU, dieub da bobl, an nemorant eus Israel!

8  Setu ez an d'o degas eus bro an hanternoz ha d'o dastum eus pennoł an douar, an dall hag ar c'hamm, ar vaouez dougerez hag an hini a c'han, a-gevret, a vo en o zouez; distreiń a raint amań en un engroez bras.

9  Dont a raint gant daeroł hag o renin e-kreiz aspedennoł, o c'has a rin d'an doureier-red, dre un hent eeun e-lec'h na gouezhint ket. Me a zo un tad evit Israel, hag Efraim eo va c'hentań-ganet.

10  Broadoł, selaouit komz an AOTROU, he c'hemennit d'an inizi pell, lavarit: An hini en deus stlabezet Israel en dastumo hag en diwallo evel ur mźsaer e dropell.

11  Rak an AOTROU en deus dasprenet Jakob, hag e dennet eus daouarn unan kreńvoc'h egetań.

12  Dont a raint, hag e kanint war uhelenn Sion, hag e teredint da vadoł an AOTROU, d'ar gwinizh, d'ar gwin, d'an eoul, da re vihan an deńved hag ar saout. O ene a vo evel ul liorzh douraet, ha ne vint ken er poanioł.

13  Neuze ar werc'hez a laouenaio e korolloł, an dud yaouank hag ar re gozh a-gevret, hag e troin o c'hańv e levenez, o frealziń a rin, o laouenaat a rin goude o glac'har.

14  Hag e roin e walc'h a zruzoni da ene an aberzhourien, hag e vo leuniet va fobl eus va madoł, eme an AOTROU.

15  Evel-henn e komz an AOTROU: Ur vouezh a zo bet klevet e Rama, hirvoudoł ha gouelvanoł c'hwerv, Rachel o ouelań he mibien, ha ne fellas ket dezhi bezań frealzet diwar-benn he mibien pa n'eus ken anezho.

16  Evel-henn e komz an AOTROU: Harz ouzh da vouezh a ouelań, hag ouzh da zaoulagad a skuilhań daeroł, rak e vo ur gopr evit da labour, eme an AOTROU. Distreiń a raint eus bro an enebour.

17  Esperańs ez eus evit da amzer da zont, eme an AOTROU, da vibien a zistroio war o douar.

18  A-dra-sur em eus klevet Efraim o hirvoudiń: Va c'hastizet ec'h eus hag on bet kastizet evel ul leue dizońv; gra din distreiń hag e tistroin, rak te eo an AOTROU va Doue.

19  Goude bezań distroet em eus bet keuz, goude bezań bet desket em eus skoet war va morzhed. Mezhek ez on bet ha pinous, rak e tougen dismegańs va yaouankiz.

20  Efraim, ha n'eo ket evidon ur mab karet? Ha ne'm eus ket lakaet ennań va holl levenez? Rak adalek ma komzan diwar e benn, atav em eus sońj anezhań. Setu perak va c'hreizon a zo fromet en e geńver, hag a-dra-sur em bo truez outań, eme an AOTROU.

21  Aoz arouezioł ha sav panelloł evidout, taol evezh ouzh an hent, ouzh ar wenodenn ac'h eus aet drezi. Distro, o gwerc'hez Israel, distro d'ar c'hźrioł-se a zo dit!

22  Betek pegeit e vi o kantren, merc'h disent? Rak an AOTROU a grou un dra nevez war an douar: ar vaouez a gildroenno en-dro d'ar gwaz.

23  Evel-henn e komz AOTROU an armeoł, Doue Israel: Lavaret e vo c'hoazh ar gomz-mań e bro Juda hag en he c'hźrioł, pa em bo degaset en-dro o re zalc'het: Ra'z pennigo an AOTROU, o chomlec'h ar reizhder ha menez ar santelezh!

24  Juda hag hec'h holl gźrioł a-gevret, al labourerien-douar hag ar vźsaerien-dropell, a vo o chom eno.

25  Rak e roin da evań d'an ene sec'hedik, hag e roin e walc'h da bep ene glac'haret.

26  War gement-se ez on dihunet, hag em eus gwelet; va c'housk a oa bet c'hwek evidon.

27  Setu e teu an deizioł, eme an AOTROU, ma hadin ti Israel ha ti Juda, gant had tud ha gant had loened.

28  Evel ma em eus eveshaet warno evit tennań, evit diskar, evit pilat, evit distrujań hag evit noazout, evel-se ec'h eveshain warno evit sevel hag evit plantań, eme an AOTROU.

29  En deizioł-se ne vo ken lavaret: An tadoł o deus debret rezin glas, ha den ar vibien a zo bet tozonet.

30  Met pep hini a varvo evit e zireizhder; pep den hag a zebro rezin gras, a vo tozonet e zent.

31  Setu e teu an deizioł, eme an AOTROU, ma tiazezin un emglev nevez gant ti Israel ha gant ti Juda,

32  nann evel an emglev am eus diazezet gant o zadoł en deiz ma em eus kemeret anezho dre an dorn hag em eus tennet anezho eus bro Ejipt, an emglev o deus torret, petra bennak ma oan bet ur pried evito, eme an AOTROU.

33  Met setu an emglev a ziazezin gant ti Israel goude an deizioł-se, eme an AOTROU: Lakaat a rin va lezenn en o c'hreizon hag e skrivin anezhi war o c'halon, hag e vin o Doue hag e vint va fobl.

34  Den ne gelenno ken e nesań, na den e vreur, en ur lavarout: Anavezit an Aotrou! Rak an holl am anavezo, adalek ar bihanań betek ar brasań anezho, eme an AOTROU, dre ma pardonin o direizhder ha ne'm bo ken sońj eus o fec'hed.

35  Evel-henn e komz an AOTROU, a ro an heol evit bezań sklerijenn an deiz, a reizh al loar hag ar stered evit bezań sklerijenn an noz, a faout ar mor hag e goummoł a groz, a zo e anv AOTROU an armeoł:

36  Mar deu ar reolennoł-se da baouez araozon, eme an AOTROU, gouenn Israel a baouezo ivez da vezań ur vroad da viken.

37  Evel-henn e komz an AOTROU: Mar c'hell an neńvoł en nec'h bezań muzuliet, mar c'hell diazezoł an douar en traoń bezań furchet, neuze e taolin kuit holl ouenn Israel, en abeg da gement o deus graet, eme an AOTROU.

38  Setu e teu an deizioł, eme an AOTROU, ma vo adsavet kźr d'an AOTROU, adalek tour Hananeel betek dor ar C'horn.

39  Ar gordenn-rezań a vo astennet c'hoazh war-eeun betek krec'h Gareb, hag e troio etrezek Goad.

40  Hag holl draonienn ar c'horfoł marv hag al ludu, hag an holl barkeier betek ar froud Kedron, betek korn dor ar C'hezeg war-zu ar sav-heol, a vo santel d'an AOTROU, ha ne vo biken diskaret na distrujet.

 

Pennad 32

1  Ar gomz a voe disklźriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz, d'an dekvet bloaz eus Sedesia roue Juda, a oa an triwec'hvet bloaz eus Nebukadnezar.

2  Neuze, lu roue Babilon a sezize Jeruzalem, hag ar profed Jeremiaz a oa dastumet e porzh an toull-bac’h, a oa e ti roue Juda.

3  Rak Sedesia roue Juda en doa e zastumet eno hag en doa lavaret dezhań: Perak e profedez o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da lakaat ar gźr-mań etre daouarn roue Babilon, hag e tapo anezhi,

4  ha Sedesia roue Juda ne dec'ho ket eus daouarn ar Galdeiz, met e vo lakaet a-dra-sur e daouarn roue Babilon, hag e komzo outań genoł ouzh genoł, hag e zaoulagad a welo e zaoulagad,

5  hag e kaso Sedesia da Vabilon, hag eno e vo betek ma weladennin anezhań, eme an AOTROU, ha mar stourmit a-enep ar Galdeiz, ne reot ket berzh?

6  Ha Jeremiaz a lavaras: Komz an AOTROU a voe disklźriet din er gerioł-se:

7  Setu, Hanameel, mab da eontr Shallum, a zeu da'z kavout evit lavarout dit: Pren va fark a zo en Anatod, rak an droed a zaspren ac'h eus evit e brenań.

8  Hag Hanameel mab va eontr a zeuas da'm c'havout, hervez komz an AOTROU, e porzh an toull-bac’h, hag e lavaras din: Pren va fark a zo en Anatod e bro Venjamin, rak dit eo an droed a hźrezh hag a zaspren. Pren evidout. Hag e ouezis e oa komz an AOTROU.

9  Evel-se e prenis park Anatod digant Hanameel mab va eontr, hag e pouezis dezhań an arc'hant: seitek sikl arc'hant.

10  Goude e skrivis ar gevrat hag he siellis, hag e kemeris testoł, hag e pouezis an arc'hant war ar valańs.

11  Goude e kemeris ar gevrat-prenań, an hini a oa siellet, hervez ar gourc'hemenn hag ar reolennoł, hag an hini a oa digor,

12  hag e rois ar gevrat-prenań da Varuk mab Nerija, mab Makseja, dirak Hanameel mab va eontr, dirak an testoł o doa sinet ar gevrat-prenań, ha dirak an holl Yuzevien a oa azezet e porzh an toull-bac'h.

13  Hag e rois an urzh-mań da Varuk dirazo, o lavarout:

14  Evel-henn e komz AOTROU an armeoł, Doue Israel: Kemer ar skridoł-mań, ar gevrat-prenań, an hini a zo siellet hag an hini a zo digor, ha laka anezho en ur pod-pri, evit ma c'hellint en em virout pell.

15  Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoł, Doue Israel: Prenet e vo c'hoazh tiez, parkeier ha gwini er vro-mań.

16  Ha goude bezań roet ar gevrat-prenań da Varuk mab Nerija, e pedis an AOTROU o lavarout:

17  A! Aotrou AOTROU, setu ec'h eus graet an neńvoł hag an douar, dre da nerzh bras ha da vrec'h astennet, tra ebet n'eo re vras evidout.

18  Diskouez a rez trugarez e-keńver milieroł, hag e taskorez direizhder an tadoł e bruched o mibien war o lerc'h. Te eo an Doue bras, ar Galloudeg, a zo e anv AOTROU an armeoł,

19  bras e kuzul, nerzhus e burzhudoł, da zaoulagad a zo digor war holl hentoł mibien an dud, evit reiń da bep hini hervez e hentoł hag hervez frouezh e oberoł.

20  Graet ec'h eus sinoł ha burzhudoł e bro Ejipt, betek hiziv, hag en Israel hag e-touez an dud, ha graet ec'h eus dit un anv evel m'emań hiziv.

21  Rak ec'h eus tennet da bobl Israel eus bro Ejipt, gant sinoł ha mirakloł, dre un dorn kreńv hag ur vrec'h astennet, ha gant spontoł bras.

22  Roet ec'h eus dezho ar vro-mań, ac'h eus touet reiń d'o zadoł, ur vro a zever gant laezh ha mel.

23  Deuet int e-barzh hag o deus he ferc'hennet, met n'o deus ket sentet ouzh da vouezh, n'o deus ket kerzhet hervez da lezenn, n'o deus graet netra eus ar pezh az poa gourc'hemennet dezho ober. En abeg da-se ec'h eus graet d'an holl zroug-mań dont warno.

24  Setu ez eo savet tosennoł a-enep kźr evit he zapout, hag ar gźr a vo lakaet etre daouarn ar Galdeiz a ra brezel outi gant ar c'hleze, an naonegezh hag ar vosenn. Ar pezh ac'h eus lavaret a zo c'hoarvezet, hag e welout a rez.

25  Ha koulskoude Aotrou AOTROU, lavaret ec'h eus din: Pren ar park-mań gant arc'hant, ha kemer testoł. Hag ar gźr a zo lakaet etre daouarn ar Galdeiz!

26  Ha komz an AOTROU a voe disklźriet da Jeremiaz er gerioł-se:

27  Setu, me eo an AOTROU, Doue pep kig. Hag e vefe un dra bennak re vras evidon?

28  Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da lakaat ar gźr-mań etre daouarn ar Galdeiz hag etre daouarn Nebukadnezar roue Babilon, a dapo anezhi.

29  Ar Galdeiz hag a ra brezel ouzh ar gźr-mań a zeuio tre, hag e lakaint an tan er gźr-mań, hag e tevint anezhi, gant an tiez ma veze kinniget ezańs war o zoennoł da Vaal, ha ma veze graet sparfadurioł da zoueoł all evit va c'hounnariń.

30  Rak mibien Israel ha mibien Juda n'o deus graet nemet an droug dirak va daoulagad abaoe o yaouankiz. Mibien Israel n'o deus graet nemet va c'hounnariń gant oberoł o daouarn, eme an AOTROU.

31  Rak ar gźr-mań a zo bet din un dra a gounnar hag a erez, adalek an deiz ma'z eo bet savet betek hiziv, en doare ma lamin anezhi diwar va dremm,

32  en abeg d'an holl zroug o deus graet mibien Israel ha mibien Juda evit va c'hounnariń, int, o rouaned, o fennoł, o aberzhourien hag o frofeded, tud Juda ha tud Jeruzalem.

33  Troet o deus ouzhin o c'hein ha nann o dremm, koulskoude em eus o c'helennet, o sevel abred em eus o c'helennet, met n'int ket bet sentus evit degemer an deskadurezh.

34  Lakaet o deus o euzhusterioł en ti ma'z eo galvet va anv warnań, evit e saotrań.

35  Savet o deus uhellec'hioł da Vaal e traonienn mab Hinnom, evit lakaat o mibien hag o merc'hed da dremen dre an tan da Volok, ar pezh na'm boa ket gourc'hemennet, ha ne oa ket deuet em sońj e vije graet un hevelep euzhusted evit lakaat Juda da bec'hiń.

36  Ha bremań, evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel, diwar-benn ar gźr-mań, ma lavarit diouti ez eo lakaet etre daouarn roue Babilon dre ar c'hleze, an naonegezh hag ar vosenn:

37  Setu e tastumin anezho eus an holl vroioł ma em bo o c'haset kuit, em c'hounnar, em fulor hag em erez vras, hag o degasin en-dro d'al lec'h-mań, evit ma chomint ennań e surentez.

38  Hag e vint va fobl hag e vin o Doue.

39  Reiń a rin dezho un hevelep kalon hag un hevelep hent, evit ma toujint da viken ac'hanon, evit o mad hag hini o mibien war o lerc'h.

40  Hag e tiazezin ganto un emglev peurbadus, ne zistroin ket diouto, ober a rin vad dezho, va doujańs a lakain en o c'halon, evit na zistroint ket diouzhin.

41  Hag em bo levenez en ur ober vad dezho, hag e plantin anezho er vro-mań e wirionez, a-greiz va c'halon ha va holl ene.

42  Rak evel-henn e komz an AOTROU: Evel ma em eus graet d'an holl zroug bras-se dont war ar bobl-mań, evel-se e rin dont warno d'an holl vad a brometan dezho.

43  Hag e vo prenet parkeier er vro-mań, ma lavarit diouti: Ur gouelec'h eo, hep den na loen, lakaet eo etre daouarn ar Galdeiz.

44  Prenet e vo parkeier gant arc'hant, skrivet e vo kevratoł anezho, siellet e vint, kemeret e vo testoł e bro Venjamin ha war-dro Jeruzalem, e kźrioł Juda, e kźrioł ar menez, e kźrioł ar blaenenn hag e kźrioł ar c'hreisteiz. Rak e tegasin en-dro o re zalc'het, eme an AOTROU.

 

Pennad 33

1  Komz an AOTROU a voe disklźriet un eil gwech da Jeremiaz, pa oa c'hoazh dastumet e porzh an toull-bac’h, er gerioł-se:

2  Evel-henn e komz an AOTROU a grou, an AOTROU hag en deus aozet evit kas da benn, a zo e anv an AOTROU:

3  Va asped hag e respontin dit, hag e tisklźrin dit traoł bras ha kuzhet n'anavezez ket.

4  Rak evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel, diwar-benn tiez ar gźr-mań ha tiez rouaned Juda a vo diskaret dre an tosennoł ha dre ar c'hleze:

5  Deuet int war-raok evit stourm ouzh ar Galdeiz, hag ez eo an tiez leun a gorfoł marv tud am eus skoet ganto em c'hounnar hag em fulor, hag en abeg d'o holl zrougiezh e kuzhan va dremm ouzh ar gźr-mań.

6  Setu e roin dezhi ar yec'hed hag ar pare, o fareań a rin, dizoleiń a rin dezho ur fonnusted a beoc'h hag a wirionez.

7  Hag e tegasin en-dro re zalc'het Juda ha re zalc'het Israel, hag e tiazezin anezho evel diagent.

8  Hag e c'hlanain anezho eus pep ober direizh o deus graet a-enep din, hag e pardonin o holl oberoł direizh o deus graet, o vezań en em savet a-enep din drezo.

9  Hag ar gźr-mań a vo evidon un abeg a levenez, a veuleudi hag a c'hloar, dirak holl vroadoł an douar, a anavezo an holl vadoberoł a rin dezho, hag a vo spouronet ha spontet eus an holl vadoberoł hag an holl verzh a roin dezho.

10  Evel-henn e komz an AOTROU: El-lec'h-mań, ma lavarit diouti: Ur gouelec'h eo, hep den na loen, e kźrioł Juda hag e straedoł Jeruzalem, a zo glac'haret, hep den, hep annezad, hep loen, e vo klevet c'hoazh

11  mouezh a joa ha mouezh a levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac'h-nevez, mouezh ar re a lavaro: Meulit AOTROU an armeoł, rak an AOTROU a zo mat, rak e drugarez a bad da viken, ha mouezh ar re a zegas aberzhoł a veuleudi da di an AOTROU. Rak e tegasin en-dro re zalc'het ar vro, evel diagent, eme an AOTROU.

12  Evel-henn e komz AOTROU an armeoł: El lec'h-mań, ur gouelec'h hep den na loen, hag en e holl gźrioł, e vo lochennoł evit ar vźsaerien, a lakaio o zropelloł da ziskuizhań enno.

13  E kźrioł ar menez, e kźrioł ar blaenenn, e kźrioł ar c'hreisteiz, e bro Venjamin, war-dro Jeruzalem, hag e kźrioł Juda, an tropelloł a dremeno c'hoazh dre zaouarn an hini a niver anezho, eme an AOTROU.

14  Setu e teu an deizioł, eme an AOTROU, ma sevenin an traoł mat am eus disklźriet war di Israel ha war di Juda.

15  En deizioł-se, en amzer-se, e tiwano da Zavid un diwan a reizhder, a raio er vro hervez ar varnedigezh hag ar reizhder.

16  En deizioł-se e vo salvet Juda, ha Jeruzalem a vo o chom e surentez, ha setu an anv ma vo galvet: An AOTROU hor reizhder.

17  Rak evel-henn e komz an AOTROU: David ne vanko biken eus un den da vezań azezet war dron ti Israel,

18  an aberzhourien Levited ne vankint biken dirazon eus un den da ginnig loskaberzhoł, da lakaat da vogediń donezonoł, d'ober aberzhoł bemdez.

19  Komz an AOTROU a voe disklźriet da Jeremiaz er gerioł-se:

20  Evel-henn e komz an AOTROU: Ma c'hellit terriń va emglev gant an deiz ha va emglev gant an noz, en doare ma ne vo ken deizioł na nozioł en o amzer,

21  neuze e vo torret va emglev gant David va servijer, en doare ma n'en devo ken a vab da ren war e dron, ha va emglev gant an aberzhourien Levited a servij ac'hanon.

22  Evel na c'heller ket niveriń arme an neńvoł, na muzuliań traezh ar mor, evel-se e kreskin lignez David va servijer hag al Levited a servij ac'hanon.

23  Komz an AOTROU a voe disklźriet da Jeremiaz er gerioł-se:

24  Ha ne'c'h eus ket gwelet penaos he deus komzet ar bobl-mań, o lavarout: An div diegezh en doa an AOTROU dibabet, en deus taolet kuit? Evel-se e tisprizont va fobl en doare ma ne vefe ken ur vroad d'o daoulagad.

25  Evel-henn e komz an AOTROU: Ma ne'm eus ket graet va emglev gant an deiz ha gant an noz, ma ne'm eus ket lakaet reolennoł an neńvoł hag an douar,

26  e taolin ivez kuit lignez Jakob ha David va servijer, evit tremen hep kemer eus e lignez ar re a reno war lignez Abraham, Izaak ha Jakob. Rak e tegasin en-dro o re zalc'het, hag em bo truez outo.

 

Pennad 34

1  Ar gomz a voe disklźriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioł-se, pa oa Nebukadnezar roue Babilon, gant e holl lu, gant holl rouantelezhioł an douar renet dre e zorn, gant an holl bobloł, oc'h ober brezel a-enep Jeruzalem hag a-enep hec'h holl gźrioł:

2  Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel: Kae ha komz ouzh Sedesia roue Juda, ha lavar dezhań: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da lakaat ar gźr-mań etre daouarn roue Babilon, hag e tevo anezhi dre an tan.

3  Ha ne dec'hi ket eus e zorn, met a-dra-sur e vi tapet, hag e vi lakaet etre e zaouarn, ha da zaoulagad a welo daoulagad roue Babilon, hag e komzo ouzhit genoł ouzh genoł, ha mont a ri da Vabilon.

4  Koulskoude, selaou komz an AOTROU, Sedesia roue Juda! Evel-henn e komz an AOTROU diwarnout: Ne varvi ket dre ar c'hleze.

5  Mervel a ri e peoc'h, hag evel ma voe devet louzoł-frondus evit da dadoł, ar rouaned a zo bet a-raok dit, evel-se e vo devet ivez evidout, ha gouelet e vo dit o lavarout: Siwazh Aotrou! Rak disklźriet em eus ar gomz-se, eme an AOTROU.

6  Ar profed Jeremiaz a lavaras an holl gomzoł-mań da Sedesia roue Juda e Jeruzalem.

7  Lu roue Babilon a vrezele a-enep Jeruzalem hag a-enep holl gźrioł Juda a vane, a-enep Lakish hag a-enep Azeka; ar re-se a oa kźrioł-kreńv hag a vane a-douez kźrioł Juda.

8  Ar gomz a voe disklźriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz, goude ma reas ar roue Sedesia un emglev gant holl bobl Jeruzalem, evit embann ar frankiz en o zouez,

9  evit ma kasje kuit frank pep hini e servijer ha pep hini e vatezh, Hebread pe Hebreadez, ha ma ne lakaje den da sklav e vreur Yuzev.

10  An holl bennoł hag an holl bobl aet en emglev-se a zivizas kas frank pep hini e servijer ha pep hini e vatezh, evit na lakaje den da sklav anezho ken. Sentiń a rejont, hag e kasjont anezho kuit.

11  Met goude e trojont meno, hag e rejont distreiń o servijerien hag o mitizhien o doa kaset kuit frank, hag o lakajont da vezań servijerien ha mitizhien.

12  Ar gomz a voe disklźriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioł-se:

13  Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel: Graet em eus un emglev gant ho tadoł en deiz ma tennis anezho eus an Ejipt, eus an ti sklavelezh, en ur lavarout dezho:

14  A-benn seizh vloaz e kasot kuit pep hini ac'hanoc'h e vreur hebreat a zo bet gwerzhet dezhań. Servijań a raio c'hwec'h vloaz hag e kasi anezhań frank eus da di. Met ho tadoł n'o deus ket va selaouet, n'o deus ket roet o skouarn.

15  Ha c'hwi, graet hoc'h eus un distro war gement-se en ur ober ar pezh a zo reizh ouzh va daoulagad, embannet en deus pep hini ar frankiz evit e nesań, ha graet hoc'h eus un emglev dirazon, en ti-mań ma'z eo galvet va anv warnań.

16  Met troet hoc'h eus meno ha saotret hoc'h eus va anv, oc'h ober distreiń pep hini e servijer ha pep hini e vatezh ho poa kaset kuit frank, ha lakaet hoc'h eus anezho da vezań servijerien ha mitizhien.

17  Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: N'hoc'h eus ket sentet ouzhin oc'h embann ar frankiz, pep hini evit e vreur, pep hini evit e nesań. Setu ec'h embannan en ho enep, eme an AOTROU, frankiz ar c'hleze, ar vosenn hag an naonegezh. Hag ho lakain da vezań un euzh dre holl rouantelezhioł an douar.

18  Hag e roin an dud o deus torret va emglev ha n'o deus ket sevenet komzoł an emglev o doa lavaret dirazon, p'o deus tremenet etre an daou hanter eus al leue o doa troc'het,

19  pennoł Juda ha pennoł Jeruzalem, ar spazhidi, an aberzhourien, hag holl dud ar vro o deus tremenet etre an daou hanter leue;

20  o lakaat a rin etre daouarn o enebourien hag etre daouarn ar re a glask o buhez, hag o korfoł marv a vo boued da laboused an neńvoł ha da loened an douar.

21  Lakaat a rin ivez Sedesia roue Juda, gant e bennoł, etre daouarn o enebourien hag etre daouarn ar re a glask o buhez, hag etre daouarn lu roue Babilon en deus pellaet diouzhoc'h.

22  Setu ez an da reiń un urzh, eme an AOTROU, hag e tegasin anezho en-dro a-enep ar gźr-mań, hag e stourmint outi, hag e tapint anezhi, hag he zevint dre an tan. Hag e lakain kźrioł Juda da vezań ur gouelec'h, hep den ebet.

 

Pennad 35

1  Ar gomz a voe disklźriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioł-se, en amzer Jojakim mab Jozia roue Juda:

2  Kae da di ar Rekabiz ha komz outo; o degas a ri da di an AOTROU, en unan eus ar c'hambroł, hag e kinnigi dezho gwin da evań.

3  Kemeret em eus eta Jaazania mab Jeremiaz, mab Habazinia, hag e vreudeur, hag e holl vibien, hag holl di ar Rekabiz,

4  hag o degaset em eus da di an AOTROU, e kambr mibien Hanan, mab Jigdalia, den a Zoue, an hini a oa e-kichen kambr ar pennoł, a-us da gambr Maaseja mab Shallum, diwaller an treuzoł.

5  Lakaet em eus dirak mibien ti ar Rekabiz kiboł leun a win hag hanafoł, ha lavaret em eus dezho: Evit gwin!

6  Hag e lavarjont: Ne evimp ket a win, rak Jonadab mab Rekab, hon tad, en deus roet deomp un urzh o lavarout: Ne evot ket a win, na c'hwi nag ho mibien, biken,

7  ne savot ket a di, ne hadot ket a had, ne blantot ket a wini ha n'ho po ket, met e viot o chom e teltennoł holl zeizioł ho puhez, evit ma vevot war an douar ez oc'h diavaezidi warnań.

8  Sentet hon eus ouzh mouezh Jonadab mab Rekab, hon tad, e kement tra en deus urzhiet deomp, e doare ma n'evomp ket a win e-pad hor buhez, na ni nag hor gwragez nag hor mibien nag hor merc'hed,

9   n'hon eus ket savet a di da chom ennań, n'hon eus na gwini na park na had.

10  Met emaomp o chom e teltennoł, hag hon eus sentet ha graet kement en doa Jonadab hon tad urzhiet deomp.

11  Ha pa'z eo pignet Nebukadnezar roue Babilon a-enep ar vro-mań, hon eus lavaret: Deuit, eomp da Jeruzalem pell diouzh lu ar Galdeiz ha lu Siria, hag ez omp chomet e Jeruzalem.

12  Ar gomz a voe disklźriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioł-se:

13  Evel-henn e komz AOTROU an armeoł, Doue Israel: Kae ha lavar da dud Juda ha da dud Jeruzalem: Ha ne zegemerot ket ar gentel, evit sentiń ouzh va c'homzoł? eme an AOTROU.

14  Miret eo bet komzoł Jonadab mab Rekab: gourc'hemennet en deus d'e vibien na evjent ket a win, ha n'o deus ket evet betek hiziv, rak sentet o deus ouzh gourc'hemenn o zad. Met me am eus komzet deoc'h, komzet adalek ar beure ha n'hoc'h eus ket va selaouet.

15  Rak em eus kaset deoc'h va holl servijerien ar brofeded, o c'haset em eus deoc'h bemdez, adalek ar beure, da lavarout deoc'h: Distroit pep hini ac'hanoc'h eus e hent fall, adreizhit hoc'h oberoł, n'it ket war-lerc'h doueoł all evit o servijań, evit ma chomot er vro am eus roet deoc'h ha d'ho tadoł. Met n'hoc'h eus ket roet ho skouarn evit selaou.

16  Ya, mibien Jonadab mab Rekab o deus miret ar gourc'hemenn en doa o zad roet dezho, en doa urzhiet deoc'h, met ar bobl-mań n'he deus ket va selaouet!

17  En abeg da-se, evel-henn e komz an AOTROU, Doue an armeoł, Doue Israel: Setu ez an da zegas war Juda ha war holl dud Jeruzalem an holl zroug am eus disklźriet a-enep dezho, dre ma em eus komzet outo ha n'o deus ket selaouet, ma em eus galvet anezho ha n'o deus ket respontet.

18  Ha Jeremiaz a lavaras da di ar Rekabiz: Evel-henn e komz AOTROU an armeoł, Doue Israel: Peogwir hoc'h eus sentet ouzh gourc'hemenn Jonadab ho tad hag hoc'h eus miret e holl c'hourc'hemennoł ha graet kement en deus urzhiet deoc'h,

19  en abeg da-se, evel-henn e komz AOTROU an armeoł, Doue Israel: Jonadab mab Rekab ne vanko biken eus un den d'en em zerc'hel dirazon.

 

Pennad 36

1  D'ar pevare bloaz eus Jojakim mab Jozia roue Juda, ar gomz a voe disklźriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioł-se:

2  Kemer dit ur roll levr, ha skriv warnań an holl gomzoł am eus lavaret dit a-enep Israel, a-enep Juda hag a-enep an holl vroadoł, abaoe an deiz ma em eus komzet ouzhit, abaoe deizioł Jozia, betek hiziv.

3  Marteze ti Juda a glevo an holl zroug ez on e sell d'ober dezho, hag e tistroio pep hini diwar e hent fall, hag e pardonin o drougiezh hag o fec'hed.

4  Jeremiaz a c'halvas eta Baruk mab Nerija. Ha Baruk a skrivas diouzh genoł Jeremiaz war ar roll levr, holl gomzoł an AOTROU en doa lavaret dezhań.

5  Goude-se Jeremiaz a roas an urzh-mań da Varuk o lavarout: Me a zo dalc'het, ne c'hellan ket mont da di an AOTROU.

6  Te eta a yelo hag a lenno er roll ec'h eus skrivet diouzh va genoł, komzoł an AOTROU ouzh divskouarn ar bobl, e-barzh ti an AOTROU da zeiz ar yun. O lenn a ri ouzh divskouarn holl re Juda a vo deuet eus o c'hźrioł.

7  Marteze o fedenn a vo degemeret gant an AOTROU, hag e tistroio pep hini diwar e hent fall, rak kounnar ha fulor en deus an AOTROU disklźriet a-enep ar bobl-mań a zo bras.

8  Ha Baruk mab Nerija a reas kement en doa gourc'hemennet dezhań ar profed Jeremiaz, hag e lennas el levr komzoł an AOTROU e ti an AOTROU.

9  D'ar pempvet bloaz eus Jojakim mab Jozia roue Juda, d'an navet miz, e voe embannet ur yun dirak an AOTROU, evit holl bobl Jeruzalem hag evit an holl bobl a zeue eus kźrioł Juda da Jeruzalem.

10  Baruk a lennas el levr komzoł Jeremiaz e ti an AOTROU, e kambr Gemaria mab Shafan ar skrib, el leurenn uhelań, ouzh toull dor Nevez ti an AOTROU, ouzh divskouarn an holl bobl.

11  Pa glevas Mika mab Gemaria mab Shafan, eus al levr-se, holl gomzoł an AOTROU,

12  e tiskennas da di ar roue, da gambr ar skrib, ha setu, an holl bennoł a oa azezet eno, Elishama ar skrib, Delaja mab Shemaja, Elnatan mab Akbor, Gemaria mab Shafan, Sedesia mab Hanania, hag an holl bennoł.

13  Ha Mika a lavaras dezho an holl gomzoł en doa klevet pa lenne Baruk el levr, ouzh divskouarn ar bobl.

14  Neuze an holl bennoł a gasas Jehudi mab Netania mab Shelemia mab Kushi da gavout Baruk, evit lavarout dezhań: Kemer ez torn ar roll ac'h eus lennet ennań ouzh divskouarn ar bobl, ha deus. Baruk mab Nerija a gemeras eta ar roll en e zorn hag a zeuas d'o c'havout.

15  Hag e lavarjont dezhań: Azez aze, ha lenn ouzh hon divskouarn. Ha Baruk a lennas ouzh o divskouarn.

16  Kerkent ha ma klevjont ar c'homzoł-se, e voent spontet etrezo, hag e lavarjont da Varuk: A-dra-sur e lavarimp d'ar roue an holl gomzoł-se.

17  Hag e c'houlennjont ouzh Baruk: Lavar deomp penaos ec'h eus skrivet an holl gomzoł-se diouzh e c'henoł?

18  Baruk a respontas: Lavarout a rae din eus e c'henoł an holl gomzoł, hag e skriven anezho el levr gant liv.

19  Neuze ar pennoł a lavaras da Varuk: Kae hag en em guzh, te ha Jeremiaz, ha ra ne ouezo den pelec'h e viot.

20  Hag ez ejont da gavout ar roue er porzh, goude bezań lakaet ar roll e kambr Elishama ar skrib. Hag e tisklźrjont ouzh divskouarn ar roue an holl gomzoł-se.

21  Hag ar roue a gasas Jehudi da gerc'hat ar roll. E gemer a reas e kambr Elishama ar skrib, hag en lennas ouzh divskouarn ar roue hag ouzh divskouarn an holl bennoł en em zalc'he e-kichen ar roue.

22  Ar roue a oa azezet e ti ar goańv, d'an navet miz e oa, hag un tan bras a oa enaouet en oaled dirazań.

23  P'en doe Jehudi lennet teir pe peder follenn, ar roue a droc'has al levr gant kanived ar skrib hag en taolas e tan an oaled, ken na voe kuzumet ar roll en e bezh gant tan an oaled.

24  Ar roue hag e holl servijerien ne voent ket spontet pa glevjont an holl gomzoł-se, ha ne rogjont ket o dilhad.

25  Koulskoude Elnatan, Delaja ha Gamaria a bedas ar roue na zevje ket ar roll, met eń ne selaouas ket outo.

26  Ar roue a c'hourc'hemennas da Jerakmeel mab Hammelek, da Seraja mab Ariel ha da Shelemia mab Abdeel da dapout Baruk ar skrib ha Jeremiaz ar profed, met an AOTROU a guzhas anezho.

27  Ar gomz a voe disklźriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioł-se, goude m'en doa devet ar roue ar roll hag ar c'homzoł en doa Baruk skrivet diouzh genoł Jeremiaz:

28  Kemer ur roll all, ha skriv warnań an holl gomzoł kentań a oa er roll kentań en deus devet Jojakim roue Juda.

29  Ha diwar-benn Jojakim roue Juda e lavari: Evel-henn e komz an AOTROU: Devet ec'h eus ar roll en ur lavarout: Perak ec'h eus skrivet ar gerioł-se: Roue Babilon a zeuio a-dra-sur, hag e tistrujo ar vro-mań, hag e tiverko tud ha loened?

30  Setu perak evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn Jojakim roue Juda: Hini ebet eus e re ne azezo war dron David, hag e gorf marv a vo taolet kuit da dommder an deiz ha da rev an noz.

31  Hag e kastizin anezhań, e lignez hag e servijerien, en abeg d'o direizhder. Hag e lakain da zont warno ha war holl dud Jeruzalem ha war holl dud Juda, an holl zroug am eus lavaret a-enep dezho, ha n'o deus ket selaouet.

32  Jeremiaz a gemeras eta ur roll all, a roas da Varuk mab Nerija, ar skrib. Hemań a skrivas diouzh genoł Jeremiaz holl gomzoł al levr en doa Jojakim roue Juda devet dre an tan. Ha kalz a gomzoł heńvel a voe c'hoazh lakaet ouzhpenn.

 

Pennad 37

1  Ar roue Sedesia mab Jozia a renas war-lerc'h Konia mab Jojakim. Lakaet eo bet da roue war bro Juda gant Nebukadnezar roue Babilon.

2  Met ne sentas ket hemań, nag e servijerien, na pobl ar vro, ouzh komzoł an AOTROU, en doa disklźriet dre ar profed Jeremiaz.

3  Koulskoude ar roue Sedesia a gasas Jukal mab Shelemia ha Sofonia mab Maaseja an aberzhour da gavout Jeremiaz ar profed ha da lavarout dezhań: Erbed evidomp e-kichen an AOTROU hon Doue.

4  Jeremiaz a yae hag a zeue e-touez ar bobl, ne oa ket bet c'hoazh lakaet en toull-bac'h.

5  Lu Faraon a oa deuet er-maez eus an Ejipt, hag ar Galdeiz, ar re a sezize Jeruzalem, o vezań anavezet kement-se, en em dennas eus Jeruzalem.

6  Ar gomz a voe disklźriet a-berzh an AOTROU d'ar profed Jeremiaz er gerioł-se:

7  Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel: Lavarout a reot evel-henn da roue Juda en deus ho kaset da'm goulenn kuzul: Setu lu Faraon a zo deuet d'ho sikour hag a zistroio d'e vro en Ejipt.

8  Ar Galdeiz a zeuio en-dro d'ober brezel d'ar gźr-mań, hag e stourmint outi, hag e tapint anezhi, hag he zevint dre an tan.

9  Evel-henn e komz an AOTROU: N'en em douellit ket hoc'h-unan o lavarout: Ar Galdeiz a yelo pell diouzhimp, rak ned aint ket.

10  Ha pa ho pefe trec'het zoken holl lu ar Galdeiz a stourm ouzhoc'h, ha ne vanfe diouto nemet gloazidi, e savfent, pep hini anezho en e deltenn, hag e tevfent ar gźr-mań dre an tan.

11  Pa en em dennas lu ar Galdeiz eus Jeruzalem en abeg da lu Faraon,

12  Jeremiaz a yeas er-maez eus Jeruzalem evit mont da vro Venjamin, en ur ziflipań ac'hane e-touez ar bobl.

13  Met pa voe ouzh dor Benjamin, en em gavas eno ur pennc'hedour anvet Jirija, mab Shelemia mab Hanania, a grogas er profed Jeremiaz o lavarout: Te a dremen d'ar Galdeiz!

14  Jeremiaz a lavaras: Gaou! Ned an ket d'ar Galdeiz! Met Jirija ne selaouas ket anezhań hag a grogas e Jeremiaz d'e gas d'ar pennoł.

15  Ar pennoł a yeas droug enno ouzh Jeremiaz, hag e skojont warnań, hag en lakajont en toull-bac'h e ti Jonatan ar skrib, rak graet o doa anezhań un toull-bac'h.

16  Evel-se eo ez eas Jeremiaz e ti ar poull, d'ar c'helloł; ha Jeremiaz a chomas pell eno.

17  Met ar roue Sedesia a gasas d'e gerc'hat ac'hane. Ar roue a reas goulennoł outań e kuzh en e di, hag a lavaras: Hag bez' ez eus ur gomz bennak a-berzh an AOTROU? Jeremiaz a lavaras: Ya. Rak, emezań, e vi lakaet etre daouarn roue Babilon.

18  Jeremiaz a lavaras d'ar roue Sedesia: E petra em eus pec'het a-enep dit, a-enep da servijerien hag a-enep ar bobl-mań, evit va lakaat en toull-bac'h?

19  Pelec'h emań ho profeded a brofede deoc'h o lavarout: Roue Babilon ne zeuio ket a-enep deoc'h, nag a-enep ar vro-mań?

20  Ha bremań mar plij, selaou, o aotrou roue! Ra vo va fedenn degemeret mat ganit! Na'm c'has ket en-dro da di Jonatan ar skrib, gant aon na varvfen eno.

21  Ar roue Sedesia a c'hourc'hemennas ma vije miret e porzh an toull-bac'h ha ma vije roet dezhań ur varaenn eus straed ar Varaerien, betek ma vije debret holl varaoł kźr. Evel-se e chomas Jeremiaz e porzh an toull-bac'h.

 

Pennad 38

1  Shefatia mab Matan, Gedalia mab Pashur, Jukal mab Shelemia ha Pashur mab Malkija a glevas ar c'homzoł a zisklźrie Jeremiaz dirak an holl bobl, o lavarout:

2  Evel-henn e komz an AOTROU: An hini a chomo er gźr-mań a varvo dre ar c'hleze, dre an naonegezh pe dre ar vosenn, an hini a yelo etrezek ar Galdeiz a vevo; e ene en devo evel preizh, hag e vevo.

3  Evel-henn e komz an AOTROU: A-dra-sur ar gźr-mań a vo lakaet etre daouarn roue Babilon, a dapo anezhi.

4  Ar pennoł a lavaras d'ar roue: Ra vo lakaet an den-se d'ar marv, digalonekaat a ra an dud a vrezel a van er gźr hag an holl bobl, en ur gomz dezho evel-se. Rak an den-se ne glask ket ar mad met gwalleur ar bobl-mań.

5  Ar roue Sedesia a lavaras: Setu emań etre ho taouarn, rak ar roue ne c'hell netra a-enep deoc'h.

6  Tapout a rejont Jeremiaz hag e taoljont anezhań e puńs Malkija mab Hammelek, en em gave e porzh an toull-bac'h. Hag e tiskennjont Jeremiaz gant kerdin ennań; ne oa ket a zour er puńs met fank, ha Jeremiaz a sankas er fank.

7  Ebed-Melek, un Etiopad, spazhad e ti ar roue, a glevas o doa lakaet Jeremiaz er puńs. Ar roue a oa azezet ouzh dor Benjamin.

8  Ebed-Melek a yeas er-maez eus ti ar roue hag a gomzas ouzh ar roue o lavarout:

9  O aotrou roue! An dud-se o deus graet fall e kement tra o deus graet d'ar profed Jeremiaz, en ur deurel anezhań er puńs. Mervel a raio gant an naon el lec'h-mań, pa n'eus ken a vara e kźr.

10  Hag ar roue a roas an urzh-mań da Ebed-Melek an Etiopad o lavarout: Kemer ganit ac’hann tregont den, ha tenn ar profed Jeremiaz er-maez eus ar puńs, a-raok ma varvo.

11  Ebed-Melek a gemeras an dud-se gantań hag a yeas da di ar roue dindan an teńzor, e-lec'h ma kemeras pilhoł kozh ha truilhoł kozh, a ziskennas gant kerdin da Jeremiaz er puńs.

12  Ebed-Melek an Etiopad a lavaras da Jeremiaz: Laka ar pilhoł kozh hag an truilhoł-se dindan da zivgazel, dindan ar c'herdin. Ha Jeremiaz a reas evel-se.

13  Neuze e tennjont Jeremiaz gant ar c'herdin hag e lakajont anezhań da bignat er-maez eus ar puńs. Hag e chomas Jeremiaz e porzh an toull-bac'h.

14  Ar roue Sedesia a gasas da gerc'hat ar profed Jeremiaz hag a reas dezhań dont dirazań d'an deirvet dor eus ti an AOTROU. Ar roue a lavaras da Jeremiaz: Un dra am eus da c'houlenn ouzhit, na guzh ouzhin netra!

15  Jeremiaz a lavaras da Sedesia: Mar en lavaran dit, ha n'eo ket gwir e ri din mervel? Ma roan un ali dit, ne selaoui ket.

16  Ar roue Sedesia a douas e kuzh da Jeremiaz, o lavarout: An AOTROU a zo bev, eń hag en deus graet deomp an ene! Ne lakain ket ac'hanout d'ar marv ha ne lakain ket ac'hanout etre daouarn an dud-se a glask da vuhez.

17  Jeremiaz a lavaras da Sedesia: Evel-henn e komz an AOTROU, Doue an armeoł, Doue Israel: Mard ez a-youl etrezek pennoł roue Babilon, da ene a vevo hag ar gźr-mań ne vo ket devet dre an tan. Hag e vevi, te ha da di.

18  Met ma ned ez ket etrezek pennoł roue Babilon, ar gźr-mań a vo lakaet etre daouarn ar Galdeiz, a zevo anezhi dre an tan, ha ne dec'hi ket kuit eus o daouarn.

19  Ar roue Sedesia a lavaras da Jeremiaz: Aon am eus rak ar Yuzevien a zo en em roet d'ar Galdeiz, aon am eus da vezań lakaet etre o daouarn ha de vezań gwallgaset.

20  Jeremiaz a lavaras: Ne vi ket lakaet etre o daouarn. Selaou mouezh an AOTROU er pezh a lavaran dit, hag ez aio mat an traoł ganit, hag e vevo da ene.

21  Met ma ne fell ket dit mont er-maez, setu ar pezh en deus diskouezet din an AOTROU:

22  An holl vaouezed a zo manet e ti roue Juda a vo kaset er-maez da bennoł roue Babel, hag e lavarint ez out bet touellet ha trec'het dre da vignoned a beoc'h. Da dreid o deus sanket er fank, hag ez int aet kuit.

23  Kaset e vo eta er-maez d'ar Galdeiz da holl wragez ha da vibien, ha te ne dec'hi ket eus o daouarn, met kroget e vo ennout gant dorn roue Babilon, hag e vi kiriek ma vo devet ar gźr-mań dre an tan.

24  Neuze Sedesia a lavaras da Jeremiaz: Ra n'anavezo den tra ebet eus ar c'homzoł-mań, ha ne varvi ket.

25  Mar deu ar pennoł da anavezout em eus komzet outo, ha ma teuont da'z kavout o lavarout: Disklźr deomp ar pezh ac'h eus lavaret d'ar roue hag ar pezh en deus ar roue lavaret dit, na guzh netra, ha ne lakaimp ket ac'hanout d'ar marv,

26  neuze e lavari dezho: Aspedet em eus ar roue na rafe ket din distreiń da di Jonatan evit mervel eno.

27  An holl bennoł a zeuas da gavout Jeremiaz hag a reas goulennoł outań. Hag e respontas dezho hervez ar c'homzoł urzhiet gant ar roue. Neuze e rojont peoc'h dezhań, ne oa anavezet netra war gement-se.

28  Jeremiaz a chomas e porzh an toull-bac'h betek an deiz ma voe tapet Jeruzalem.

 

Pennad 39

1  D'an navet bloaz eus Sedesia roue Juda, d'an dekvet miz, e teuas Nebukadnezar roue Babilon gant e holl lu a-enep Jeruzalem, hag e sezizjont anezhi.

2  D'an unnekvet bloaz eus Sedesia roue Juda, d'ar pevare miz, d'an navet deiz eus ar miz, un toull-freuz a voe graet da gźr.

3  Holl bennoł roue Babilon a zeuas hag a azezas ouzh dor ar C'hreiz: Nergal-Sharezer, Samgar-Nebu, Sarsekim penn ar spazhidi, Nergal-Sharezer penn ar vajed, hag holl bennoł all roue Babilon.

4  Adalek m'o gwelas Sedesia roue Juda hag an holl dud a vrezel, e tec'hjont hag ez ejont er-maez eus kźr, da noz, dre hent liorzh ar roue, dre an nor etre an div voger. Mont a rejont etrezek ar blaenenn.

5  Met lu ar Galdeiz a redas war o lerc'h, hag e tizhjont Sedesia e plaenennoł Jeriko. O vezań e dapet, e tegasjont anezhań da Nebukadnezar roue Babilon, da Ribla e bro Hamad, e-lec'h ma voe lavaret ar varnedigezh en e enep.

6  Roue Babilon a reas lazhań e Ribla mibien Sedesia dirazań. Roue Babilon a reas ivez lazhań holl re vras Juda.

7  Hag e reas broudań e zaoulagad da Sedesia, a voe ereet gant chadennoł a arem d'e gas da Vabilon.

8  Ar Galdeiz a zevas dre an tan ti ar roue ha tiez ar bobl, hag e tiskarjont mogerioł Jeruzalem.

9  Nebuzaradan penn ar warded a harluas da Vabilon an nemorant eus ar bobl a oa chomet e kźr, ar re a oa en em rentet dezhań, hag an nemorant eus ar bobl a vane.

10  Met Nebuzaradan penn ar warded a lezas e bro Juda hiniennoł eus an dud paourań, ar re n'o doa netra. Hag en deiz-se e roas dezho gwini ha parkeier.

11  Nebukadnezar roue Babilon en doa roet urzhioł da Nebuzaradan penn ar warded diwar-benn Jeremiaz, o lavarout:

12  Kemer eń hag evesha warnań, na ra droug ebet dezhań, met gra dezhań evel ma lavaro dit.

13  Nebuzaradan penn ar warded, gant Nebushazban penn ar spazhidi, Nergal-Sharezer penn ar vajed, hag holl bennoł all roue Babilon,

14  a gasas da gerc'hat Jeremiaz eus porzh an toull-bac'h, hag e rojont anezhań da C'hedalia mab Ahikam mab Shafan, evit e ren d'e di. Evel-se e chomas e-touez ar bobl.

15  Ar gomz a voe disklźriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz, pa oa dastumet e porzh an toull-bac'h, er gerioł-se:

16  Kae ha komz ouzh Ebed-Melek an Etiopiad, ha lavar dezhań: Evel-henn e komz an AOTROU, Doue an armeoł, Doue Israel: Setu ez an da zegas war ar gźr-mań an traoł am eus disklźriet evit ar drougeur ha nann evit ar mad, hag e vint sevenet dirazout en deiz-se.

17  Met e tieubin ac'hanout en deiz-se, eme an AOTROU, ha ne vi ket lakaet etre daouarn an dud ac'h eus aon razo.

18  A-dra-sur e tieubin ac'hanout, ne gouezhi ket dre ar c'hleze, met da vuhez az po evel preizh, rak ec'h eus fiziet ennon, eme an AOTROU.

 

Pennad 40

1  Ar gomz a voe disklźriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz, goude m'en doe Nebuzaradan penn ar warded e gaset en-dro eus Rama. Pa gasas d'e gerc'hat, e oa ereet gant chadennoł e-touez harluidi Jeruzalem ha Juda dindan mont da Vabilon.

2  Penn ar warded a gemeras eta Jeremiaz hag a lavaras dezhań: An AOTROU da Zoue en doa disklźriet an droug-mań a-enep al lec'h-mań,

3  hag an AOTROU en deus lakaet da zont ha sevenet evel m'en doa lavaret, dre ma hoc'h eus pec'het a-enep an AOTROU ha n'hoc'h eus ket selaouet e vouezh; dre-se eo c'hoarvezet kement-mań ganeoc'h.

4  Ha bremań, setu e tieuban ac'hanout hiziv eus ar chadennoł a zo war da zaouarn. Mar fell dit mont ganin da Vabilon, deus, hag ec'h eveshain warnout, met ma ne fell ket dit mont ganin da Vabilon, ne ra ket. Sell, an holl vro a zo evidout, kae el lec'h ma kavo dit e vo mat ha dereat mont.

5  Hag evel na zistroe ket c'hoazh, e lavaras dezhań: Distro da gavout Gedalia mab Ahikam mab Shafan, en deus roue Babilon lakaet war gźrioł Juda, ha chom gantań e-touez ar bobl, pe d'al lec'h ma kavo dit e vo reizh mont. Ha penn ar warded a roas dezhań boued ha profoł hag en lezas mont.

6  Jeremiaz a yeas da gavout Gedalia mab Ahikam mab Shafan, hag e chomas gantań e-touez ar bobl a oa manet er vro.

7  Holl bennoł an dud a vrezel a oa war ar maez, int hag o zud, a glevas en doa roue Babilon lakaet Gedalia mab Ahikam gouarnour ar vro, hag en doa e lakaet war ar baotred, ar maouezed hag ar vugale, a-douez re baourań ar vro, ar re ne oant ket bet harluet da Vabilon.

8  Neuze e teujont da gavout Gedalia e Mizpa: Ismael mab Netania, Johanan ha Jonatan mibien Kareak, Seraja mab Tanumed, mibien Efai an Netofatad, Jezania mab ur Maakatian, int hag o zud.

9  Gedalia mab Ahikam mab Shafan a douas dezho ha d'o zud, o lavarout: N'ho pet ket aon da servijań ar Galdeiz, chomit er vro ha servijit roue Babilon, hag ez aio mat an traoł ganeoc'h.

10  Hag evidon, setu ez an da chom e Mizpa evit servijań ar Galdeiz a zeuio d'hor c'havout. Met c'hwi, dastumit gwin, frouezh hańv hag eoul, lakait anezho en ho listri, ha chomit er c'hźrioł hoc'h eus kemeret.

11  An holl Yuzevien ivez a oa e Moab, e-touez mibien Ammon, en Idumea, en holl vroioł-se, o vezań klevet en doa roue Babilon lezet un nemorant e Juda, ha lakaet da c'houarnour warno Gedalia mab Ahikam mab Shafan,

12  an holl Yuzevien-se a zistroas eus an holl lec'hioł ma oant bet kaset, hag e teujont da vro Juda da gavout Gedalia e Mizpa. Hag e tastumjont gwin ha frouezh hańv a-leizh.

13  Johanan mab Kareak, hag holl bennoł an dud a vrezel a oa war ar maez, a zeuas da gavout Gedalia e Mizpa,

14  hag e lavarjont dezhań: Hag ec'h anavezez en deus Baaliz roue mibien Ammon kaset Ismael mab Netania evit lemel da vuhez diganit? Met Gedalia mab Ahikam ne gredas ket anezho.

15  Johanan mab Kareak a gomzas ouzh Gedalia e kuzh e Mizpa, o lavarout: Va lez mont da skeiń war Ismael mab Netania, hep na ouezo den. Perak e lamfe da vuhez diganit? Perak an holl Yuzevien a zo deuet da'z kavout a vefe stlabezet, hag ez afe da get an nemorant eus Juda?

16  Met Gedalia mab Ahikam a lavaras da Johanan mab Kareak: Na ra ket-se, rak ar pezh a lavarez diwar-benn Ismael a zo ur gaou.

 

Pennad 41

1  D'ar seizhvet miz, Ismael mab Netania mab Elishama, a lignez roueel, unan eus re vras ar roue, ha dek den gantań, a zeuas da gavout Gedalia mab Ahikam e Mizpa. Hag e tebrjont eno a-gevret, e Mizpa.

2  Hag Ismael mab Netania a savas, kenkoulz hag an dek den a oa gantań, hag e skojont gant ar c'hleze war C'hedalia mab Ahikam mab Shafan, hag e lazhjont an hini en doa roue Babilon lakaet da c'houarnour war ar vro.

3  Ismael a lazhas an holl Yuzevien a oa gant Gedalia e Mizpa, hag ar Galdeiz en em gave eno, an dud a vrezel.

4  Hag an deiz war-lerc'h ma'z eo bet lakaet Gedalia d'ar marv, a-raok ma ouie den,

5  e teuas tud eus Sichem, eus Silo hag eus Samaria, pevar-ugent den, touzet o barv ha roget o dilhad, o vezań graet flańchoł dezho o-unan, gant profoł hag ezańs en o daouarn, evit o degas da di an AOTROU.

6  Ismael mab Netania a zeuas eus Mizpa a-ziarbenn dezho. Kerzhout a rae en ur ouelań, ha pa en em gavas ganto, e lavaras dezho: Deuit da gavout Gedalia mab Ahikam.

7  Kerkent ha ma voent erruet e kreiz kźr, Ismael mab Netania gant an dud a oa gantań a lazhas anezho, hag e taoljont anezho en ur puńs.

8  Met en em gavout a reas en o zouez dek den a lavaras da Ismael: N'hol laka ket d'ar marv, rak hon eus er parkeier boued kuzhet, gwinizh, heiz, eoul ha mel. Hag e paouezas ha n'o lakaas ket d'ar marv gant o breudeur.

9  Ar puńs ma taolas ennań Ismael korfoł marv an dud en doa lazhet da-geńver Gedalia, eo an hini en doa graet ar roue Asa p'en doe aon dirak Baesha roue Israel. Hag Ismael mab Netania a leunias ar puńs-se a dud lazhet.

10  Ismael a gasas gantań evel prizonidi an holl nemorant eus ar bobl a oa e Mizpa, merc'hed ar roue hag an holl re a oa manet e Mizpa, hag en doa Nebuzaradan penn ar warded fiziet e Gedalia mab Ahikam. Ismael mab Netania o c'hasas gantań evel prizonidi, hag ez eas kuit evit tremen etrezek mibien Ammon.

11  Met Johanan mab Kareak, hag holl bennoł ar strolladoł a oa gantań, a glevas an holl zroug en doa graet Ismael mab Netania,

12  hag e kemerjont o holl dud, hag ez ejont d'ober brezel da Ismael mab Netania. Kavout a rejont anezhań e-kichen doureier bras Gabaon.

13  An holl bobl a oa gant Ismael o doe levenez pa weljont Johanan mab Kareak ha pennoł ar strolladoł a oa gantań,

14  hag an holl bobl a gase Ismael gantań evel prizonidi eus Mizpa a zistroas war o c'hiz, hag ez ejont war-zu Johanan mab Kareak.

15  Ismael mab Netania a dec'has gant eizh den a-zirak Johanan, hag a yeas etrezek mibien Ammon.

16  Johanan mab Kareak ha pennoł ar strolladoł a oa gantań a gemeras an nemorant eus ar bobl o doa lamet digant daouarn Ismael mab Netania, an dud tapet gantań e Mizpa goude bezań lazhet Gedalia mab Ahikam, an dud a vrezel, ar maouezed, ar vugale hag ar spazhidi; hag int a zegasas anezho en-dro eus Gabaon.

17  Hag ez ejont hag e chomjont en ostaleri Kimhan e-kichen Betlehem, evit en em dennań en Ejipt,

18  en abeg d'ar Galdeiz. Aon o doa dirazo, peogwir en doa Ismael mab Netania lazhet Gedalia mab Ahikam, lakaet da c'houarnour war ar vro gant roue Babilon.

 

Pennad 42

1  Neuze holl bennoł ar strolladoł, Johanan mab Kareak, Jezania mab Hoshea, hag an holl bobl, adalek ar bihanań betek ar brasań, a dostaas,

2  hag a lavaras d'ar profed Jeremiaz: Degemer mat hon aspedenn, ha ped an AOTROU da Zoue evidomp, evit an nemorant a zo chomet amań! Rak eus kalz, omp chomet nebeut, evel ma wel da zaoulagad.

3  Ra lavaro an AOTROU da Zoue deomp an hent hon eus da heuliań hag ar pezh hon eus d'ober.

4  Ar profed Jeremiaz a lavaras dezho: Klevet em eus, setu ez an da bediń an AOTROU ho Toue hervez ar pezh hoc'h eus lavaret, ha kement a responto an AOTROU deoc'h a zisklźriin deoc'h, ne guzhin ket ur ger ouzhoc'h.

5  Hag e lavarjont da Jeremiaz: Ra vo an AOTROU evidomp un test gwirion ha feal, ma ne reomp ket hervez an holl c'herioł en devo roet dit an AOTROU da Zoue, evit m'o lavari deomp.

6  Mat pe fall, e sentimp ouzh mouezh an AOTROU hon Doue, ma kasomp ac'hanout etrezek ennań, evit ma'z aio mat an traoł ganeomp pa hor bo sentet ouzh mouezh an AOTROU hon Doue.

7  Hag ec'h erruas a-benn dek devezh, ma voe disklźriet komz an AOTROU da Jeremiaz.

8  Hag e c'halvas Johanan mab Kareak hag holl bennoł ar strolladoł a oa gantań, hag an holl bobl, adalek ar bihanań betek ar brasań.

9  Hag e lavaras dezho: Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel, ma hoc'h eus va c'haset etrezek ennań evit kinnig ho pedennoł dirazań:

10  Mar kendalc'hit da chom er vro-mań, ho savin ha n'ho tistrujin ket, ho plantin ha n'ho tennin ket, rak keuz am eus d'an droug am eus graet deoc'h.

11  N'ho pet ket aon rak roue Babilon, ma hoc'h eus aon dirazań, n'ho pet ket aon razań, eme an AOTROU, rak me a zo ganeoc'h evit ho saveteiń hag ho tieubiń eus e dorn,

12  ha zoken e rin deoc'h kavout trugarez, kement m'en devo truez ouzhoc'h ha ma lezo ac'hanoc'h da zistreiń d'ho pro.

13  Met mar lavarit: Ne chomimp ket er vro-mań, en doare ma ne sentot ket ouzh mouezh an AOTROU ho Toue,

14  o lavarout: Nann, met ez aimp d'an Ejipt, e-lec'h na welimp ket a vrezel, e-lec'h na glevimp ket son ar shofar, e-lec'h na vo ket diouer a vara, hag e vimp o chom eno,

15  neuze, selaouit bremań komz an AOTROU, nemorant Juda! Evel-henn e komz AOTROU an armeoł, Doue Israel: Mar troit ho tremmoł evit mont d'an Ejipt, mard it da chom eno,

16  ar c'hleze, ma hoc'h eus aon razań, a dapo ac'hanoc'h eno e bro Ejipt, an naonegezh, ma'z oc'h nec'het ganti, a stago ouzhoc'h eno e bro Ejipt, hag e varvot eno.

17  An holl dud o devo troet o dremm evit mont d'an Ejipt hag evit chom eno a varvo dre ar c'hleze, dre an naonegezh ha dre ar vosenn, ha den ne vano ha den ne dec'ho dirak an droug a lakain da zont warno.

18  Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoł, Doue Israel: Evel va c'hounnar, evel va fulor a zo bet skuilhet war dud Jeruzalem, evel-se e vo skuilhet va fulor warnoc'h pa viot aet d'an Ejipt. Hag e viot eno ur vallozh, ur souezh, ur c'hoapadenn, un dismegańs, ha ne welot ken al lec'h-mań.

19  An AOTROU en deus lavaret deoc'h, nemorant eus Juda: N'it ket d'an Ejipt! Gouezit a-dra-sur e tifennan-se ouzhoc'h hiziv.

20  Rak en em douellet hoc'h eus hoc'h-unan pa hoc'h eus va c'haset etrezek an AOTROU ho Toue o lavarout: Ped evidomp an AOTROU hon Doue, ha disklźr deomp kement a lavaro an AOTROU hon Doue, hag e raimp kement-se.

21  Henn disklźriet em eus deoc'h hiziv, met ne selaouit ket mouezh an AOTROU ho Toue, nag hini ebet eus an holl c'herioł en deus roet din, evit m'o lavarfen deoc'h.

22  Bremań eta gouezit a-dra-sur e varvot dre ar c'hleze, dre an naonegezh ha dre ar vosenn, e-lec'h ma plij deoc'h mont da chom ennań.

 

Pennad 43

1  P'en doe echu Jeremiaz da lavarout d'an holl bobl holl gomzoł an AOTROU o Doue, en deus roet dezhań, evit ma lavarfe dezho an holl gomzoł-se,

2  Azaria mab Hoshea ha Johanan mab Kareak, hag an holl dud lorc'hus, a lavaras da Jeremiaz: Lavarout a rez gevier, an AOTROU hon Doue n'en deus ket kaset ac'hanout evit lavarout: N'it ket d'an Ejipt da chom eno.

3  Met Baruk mab Nerija eo hag a vount ac'hanout a-enep deomp, evit hon droukreiń etre daouarn ar Galdeiz, da vezań lakaet d'ar marv pe harluet da Vabilon.

4  Evel-se Johanan mab Kareak, holl bennoł ar strolladoł, hag an holl bobl ne selaoujont ket mouezh an AOTROU, da chom e bro Juda.

5  Ha Johanan mab Kareak hag holl bennoł ar strolladoł a gemeras holl nemorant Juda a oa distroet eus an holl vroadoł ma oant bet stlabezet en o zouez evit chom e bro Juda,

6  ar baotred, ar maouezed, ar vugale, merc'hed ar roue, an holl dud en doa lezet Nebuzaradan penn ar warded gant Gedalia mab Ahikam mab Shafan, kenkoulz hag ar profed Jeremiaz ha Baruk mab Nerija,

7  hag ez ejont da vro Ejipt, rak ne sentjont ket ouzh mouezh an AOTROU. Hag e teujont betek Tapanez.

8  Ha komz an AOTROU a voe disklźriet da Jeremiaz en Tapanez, er gerioł-se:

9  Kemer mein bras ez taouarn ha kuzh anezho e-barzh ar pri, en deolerezh a zo ouzh dor ti Faraon en Tapanez, dirak daoulagad ar Yuzevien.

10  Lavar dezho: Evel-henn e komz AOTROU an armeoł, Doue Israel: Setu e kasan da gerc'hat Nebukadnezar roue Babilon va servijer, hag e lakain e dron war ar vein-mań am eus kuzhet, hag ec'h astenno e ballenn warno.

11  Dont a raio hag e skoio war vro Ejipt, d'ar marv ar re a zo evit ar marv, d'an harlu ar re a zo evit an harlu, d'ar c'hleze ar re a zo evit ar c'hleze.

12  Hag ec'h enaouin an tan e tiez doueoł an Ejipt. Eń a zevo anezho hag a harluo anezho; en em wiskań a raio gant bro Ejipt evel ar mesaer a wisk e zilhad, hag ez aio kuit e peoc'h.

13  Terriń a raio ivez skeudennoł ti an heol e bro Ejipt, hag e tevo dre an tan tiez doueoł an Ejipt.

 

Pennad 44

1  Ar gomz a voe disklźriet da Jeremiaz diwar-benn an holl Yuzevien a oa o chom e Migdol, en Tapanez, e Nof hag e bro Batroz, er gerioł-se:

2  Evel-henn e komz AOTROU an armeoł, Doue Israel: Gwelet hoc'h eus an holl zroug am eus graet dont war Jeruzalem ha war holl gźrioł Juda. Ha setu emaint hiziv ur gouelec'h, n'eus den o chom enno,

3  en abeg d'an droug o deus graet evit va c'hounnariń, o vont da ginnig ezańs ha da servijań doueoł all, n'o deus ket anavezet, nag int, na c'hwi, nag ho tadoł.

4  Kaset em eus deoc'h va holl servijerien, ar brofeded, am eus kaset adalek ar beure, evit lavarout deoc'h: Na rit ket an dra euzhus-se a gasaan!

5  Met n'o deus ket selaouet, n'o deus ket roet o skouarn evit distreiń diwar o drougiezh ha tremen hep kinnig ezańs da zoueoł all.

6  Neuze va c'hounnar ha va fulor a zo bet skuilhet, hag o deus entanet kźrioł Juda ha straedoł Jeruzalem, a zo deuet da vezań ur gouelec'h hag ur glac'har, evel ma vez gwelet hiziv.

7  Ha bremań evel-henn e komz an AOTROU, Doue an armeoł, Doue Israel: Perak e rit an droug bras-se deoc'h hoc'h-unan, en ur lakaat da lemel ac'hanoc'h a-douez Juda, paotred, maouezed, bugale, poupiged, en doare ma ne vo nemorant ebet ac'hanoc'h?

8  Perak e kounnarit ac'hanon dre oberoł ho taouarn, o kinnig ezańs da zoueoł all en Ejipt, e-lec'h ma oc'h deuet da chom ennań, en doare da vezań lamet ha da zont da vezań ur vallozh hag un dismegańs e-touez holl vroadoł an douar?

9  Hag ankounac'haet hoc'h eus torfedoł ho tadoł, torfedoł rouaned Juda, torfedoł o gwragez, ho torfedoł deoc'h hoc'h-unan, ha torfedoł ho kwragez, graet e bro Juda hag e straedoł Jeruzalem?

10  N'int ket en em izelaet betek hiziv, n'o deus ket bet doujańs, n'o deus ket kerzhet em lezenn nag em reolennoł, am boa roet deoc'h ha d'ho tadoł.

11  Setu perak evel-henn e komz AOTROU an armeoł, Doue Israel: Setu e troan va dremm a-enep deoc'h evit an droug hag evit lemel holl Juda.

12  Kemer a rin nemorant Juda, ar re o deus troet o dremm evit mont da vro Ejipt hag evit chom eno, hag e vint kaset da get, hag e kouezhint e bro Ejipt dre ar c'hleze ha dre an naonegezh, adalek ar bihanań betek ar brasań, e varvint dre ar c'hleze ha dre an naonegezh, hag e vint ur vallozh, ur souezh, ur c'hoapadenn, un dismegańs.

13  Hag e kastizin ar re a zo o chom e bro Ejipt, evel ma em eus kastizet Jeruzalem, dre ar c'hleze, dre an naonegezh ha dre ar vosenn,

14  ha den ne vano ha den ne dec'ho eus nemorant Juda deuet evit chom e bro Ejipt, hag evit distreiń da vro Juda, e-lec'h e fell d'o ene distreiń da chom. Ne zistroint ket, nemet un nebeud tec'hidi.

15  Met an holl baotred a ouie e kinnige o gwragez ezańs da zoueoł all, an holl wragez a oa eno e niver bras, an holl bobl a oa o chom e bro Ejipt, e Patroz, a respontas da Jeremiaz, o lavarout:

16  Diwar-benn ar gomz ac'h eus lavaret deomp en anv an AOTROU, ne selaouimp ket.

17  Met e raimp a-dra-sur kement en deus disklźriet hor genoł: Ni a ginnigo ezańs da rouanez an neńvoł, ni a raio evadkinnigoł dezhi, evel hon eus graet, ni, hon tadoł, hor rouaned hag hor pennoł, e kźrioł Juda hag e straedoł Jeruzalem. Neuze hor boa hor gwalc'h a vara, eürus e oamp, ha ne welemp ket a walleur.

18  Met abaoe ma hon eus paouezet da ginnig ezańs da rouanez an neńvoł ha d'ober evadkinnigoł dezhi, hon eus manket a bep tra hag omp bet lonket dre ar c'hleze ha dre an naonegezh.

19  Pa ginnigemp ezańs da rouanez an neńvoł ha raemp evadkinnigoł dezhi, hag-eń e oa hep ma ouie hor gwazed e raemp dezhi gwestell ma veze skeudennet warno, pe e raemp evadkinnigoł dezhi?

20  Jeremiaz a lavaras neuze d'an holl bobl, d'ar baotred, d'ar maouezed, ha d'an holl re o doa respontet dezhań:

21  An ezańs a ginnigec’h e kźrioł Juda hag e straedoł Jeruzalem, c'hwi, ho tadoł, ho rouaned, ho pennoł ha pobl ar vro, hag-eń n'en deus ket bet sońj anezhań an AOTROU? Ha n'eo ket aet betek e galon?

22  An AOTROU n'en deus ket fellet dezhań e c'houzańv pelloc'h, en abeg da zrougiezh hoc'h oberoł, en abeg d'an traoł euzhus hoc'h eus graet, en doare ma'z eo troet ho pro en ur gouelec'h, en ur souezh hag en ur vallozh, hep na vefe den o chom ennań, evel ma vez gwelet hiziv.

23  Dre ma hoc'h eus kinniget ezańs, ha ma hoc'h eus pec'het a-enep an AOTROU, dre ma n'hoc'h eus ket selaouet mouezh an AOTROU, ha ma n'hoc'h eus ket kerzhet en e lezenn nag en e reolennoł nag en e destenioł, en abeg da-se, an droug-mań a zo c'hoarvezet ganeoc'h, evel ma vez gwelet hiziv.

24  Goude, Jeremiaz a lavaras d'an holl bobl ha d'an holl vaouezed: Selaouit komz an AOTROU, c'hwi holl re Juda a zo e bro Ejipt:

25  Evel-henn e komz AOTROU an armeoł, Doue Israel: C'hwi hag ho kwragez hoc'h eus komzet gant ho kenoł hag hoc'h eus graet gant ho taouarn, hag e lavarit: A-dra-sur e sevenimp ar gouestloł hon eus graet da ginnig ezańs da rouanez an neńvoł ha d'ober dezhi evadkinnigoł. Sevenet mat hoc'h eus ho kouestloł, graet hoc'h eus ho kouestloł a boent da boent,

26  setu perak selaouit komz an AOTROU, c'hwi holl tud Juda a zo o chom e bro Ejipt: Setu em eus touet dre va anv bras, eme an AOTROU, na vo ken galvet va anv dre c'henoł den ebet eus Juda en holl vro Ejipt, den ne lavaro: An Aotrou AOTROU a zo bev!

27  Setu ec'h eveshaan outo evit an droug ha nann evit ar mad. Hag holl dud Juda a zo e bro Ejipt a vo kaset da get dre ar c'hleze ha dre an naonegezh, betek na vo ken hini anezho.

28  Ar re o devo tec'het eus ar c'hleze a zistroio eus bro Ejipt da vro Juda en niver bihan-meurbet, hag holl nemorant Juda, an holl re a zo deuet da vro Ejipt evit chom enni, a anavezo peseurt komz a vo sevenet, va hini pe o hini.

29  Ha kement-mań a servijo da arouez deoc'h, eme an AOTROU, ma kastizin ac'hanoc'h el lec'h-mań, evit ma ouiot e vo sevenet a-dra-sur va c'homzoł evit ho kwalleur.

30  Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da lakaat Faraon Hofra roue an Ejipt etre daouarn e enebourien, etre daouarn ar re a glask e vuhez, evel ma em eus lakaet Sedesia roue Juda etre daouarn Nebukadnezar roue Babilon, e enebour a glaske e vuhez.

 

Pennad 45

1  Setu ar gomz en deus disklźriet ar profed Jeremiaz da Varuk mab Nerija, pa skrive en ul levr ar c'homzoł-mań diouzh genoł Jeremiaz, er pevare bloaz eus Jojakim mab Jozia, roue Juda:

2  Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel, diwar da benn, Baruk:

3  Lavaret ec'h eus: Gwalleur din! Rak an AOTROU a laka glac'har war va foan. Faezhet on bet o hirvoudiń, ha ne'm eus ket kavet an diskuizh.

4  Lavarout a ri eta dezhań: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu e tiskarin ar pezh am eus savet, hag e tennin ar pezh am eus plantet, da lavarout eo an holl vro-mań.

5  Ha te, hag e klaskfes evidout traoł bras? Na glask ket anezho, rak setu ez an da lakaat ar gwalleur da zont war bep kig, eme an AOTROU. Met e roin dit da vuhez evel preizh en holl lec'hioł ma'z i.

 

Pennad 46

1  Komz an AOTROU a voe disklźriet d'ar profed Jeremiaz a-enep ar broadoł.

2  Diwar-benn an Ejipt, diwar-benn lu Faraon Neko, roue an Ejipt, a oa e-kichen stźr Eufratez e Karkemish, hag a voe trec'het gant Nebukadnezar roue Babilon er pevare bloaz eus Jojakim mab Jozia, roue Juda:

3  Kempennit ar skoed bihan hag ar skoed bras, ha tostait d'an emgann.

4  Stagit ar c'hezeg, ha c'hwi marc'hegerien pignit! En em ziskouezit gant ho tokarnoł, naetait ho koafioł, gwiskit ho hobregonoł!

5  Petra 'welan? Spontet int, treiń a reont o c'hein, o zud kreńv a zo lakaet a-dammoł, hag e tec'hont hep distreiń. Ar spont a zo a bep tu, eme an AOTROU.

6  Ra ne dec'ho ket ar skańvań, ra ne redo ket ar c'hreńvań! En hanternoz, war ribl stźr Eufratez, e strebotont hag e kouezhont!

7  Piv eo an hini a sav evel an Nil, a zo hejet he doureier evel stźrioł?

8  An Ejipt eo, sevel a ra evel an Nil, he doureier a hej evel stźrioł, hag e lavar: Sevel a rin, an douar a c'holoin, hag e tistrujin kźrioł hag ar re a zo o chom enno.

9  Savit, kezeg! Lammit, kirri! Ra en em ziskouezo ar re galonek, tud Kush ha Pud a embreg ar skoed, tud Lud a embreg hag a stegn ar wareg.

10  An deiz-mań a zo d'an AOTROU, da AOTROU an armeoł, un deiz a veńjańs evit en em veńjiń eus e enebourien. Ar c'hleze a lonko hag en devo e walc'h, hag en em vezvo gant o gwad, rak e vo un aberzh d'an Aotrou AOTROU an armeoł e bro an hanternoz, war ribl stźr Eufratez.

11  Pign da C'halaad da gemer balzamoł, gwerc'hez merc'h an Ejipt! En aner e liesaez al louzeier, ne vi ket pareet.

12  Ar broadoł o deus anavezet da vezh, ha da griadenn a leugn an douar, rak da re greńv o deus strebotet an eil war egile, hag o-daou int kouezhet a-gevret.

13  Ar gomz a voe disklźriet a-berzh an AOTROU d'ar profed Jeremiaz, pa zeuas Nebukadnezar roue Babilon da skeiń gant bro Ejipt, er gerioł-se:

14  Disklźriit en Ejipt, embannit e Migdol, e Nof, e Tapanez, lavarit: Sav ha bez prest! Rak ar c'hleze a lonk en-dro dit.

15  Perak eo bet sammet da dud kadarn? N'o deus ket gallet derc'hel, rak an AOTROU en deus o diskaret.

16  Lakaet en deus un niver bras da strebotiń, kouezhet eo an eil war egile, hag o deus lavaret: Deomp, distroomp etrezek hor pobl, d'hor bro c'henidik, pell eus ar c'hleze distrujus.

17  Kriet o deus: Faraon roue an Ejipt n'eo nemet trouz! Lezet en deus da dremen an tu.

18  Bev on, eme ar Roue a zo e anv AOTROU an armeoł, evel an Tabor etre ar menezioł, hag evel ar C'harmel er mor, dont a raio.

19  Gra da bak evit an harlu, annezadez, merc'h an Ejipt, rak Nof a zeuio da vezań ur gouelec'h, distrujet e vo, ne vo den o chom enni.

20  An Ejipt a zo un annoar gwall-gaer, met an distruj a zeu, dont a ra eus an hanternoz.

21  He gopridi ivez a zo en he c'hreiz evel leueoł lart. Int ivez a dro kein dezhi, tec'hout a reont a-gevret, ne zalc'hont ket, rak deiz o glac'har a zo deuet warno, amzer o c'hastiz.

22  Klevet e vo he mouezh evel hini an naer, kerzhout a raint gant ul lu kreńv, hag e teuint a-enep dezhi gant bouc'hili evel koadourien.

23  Troc'hań a raint he c'hoadeg, eme an AOTROU, dre ma'z eo diergerzhadus, rak ez int niverusoc'h eget kilheien-raden, ne c'hellont ket bezań kontet.

24  Merc'h an Ejipt a vo mezhek, lakaet e vo etre daouarn pobl an hanternoz.

25  Lavaret en deus AOTROU an armeoł, Doue Israel: Setu ez an da gastizań pobl No, Faraon, an Ejipt, he doueoł, he rouaned, Faraon hag ar re a fiz ennań.

26  Hag e lakain anezho etre daouarn ar re a glask o vuhez, etre daouarn Nebukadnezar roue Babilon hag etre daouarn e servijerien, met goude-se, e vo annezet evel en deizioł gwechall, eme an AOTROU.

27  Ha te, Jakob va servijer, na'z pez ket aon, na spont ket, Israel! Rak setu, me a zieubo ac'hanout eus un douar pell, ha da lignez eus bro o harlu. Jakob a zistroio hag a vo en diskuizh hag en e aes.

28  Te eta, Jakob va servijer, na'z pez ket aon, eme an AOTROU, rak emaon ganit. Kas a rin da get an holl vroadoł am bo da gaset enno. Ne zistrujin ket ac'hanout holl, da gastizań a rin gant muzul, koulskoude ne zalc'hin ket ac’hanout evit didamall.

 

Pennad 47

1  Komz an AOTROU a voe disklźriet d'ar profed Jeremiaz a-enep ar Filistined, a-raok ma skoas Faraon war C'haza.

2  Evel-henn e komz an AOTROU: Setu doureier a bign eus an hanternoz; dont a reont da vezań ur froud o tic'hlannań, hag e tic'hlannint war ar vro ha war ar pezh a zo enni, ar c'hźrioł hag ar re o chom enno. An dud a laosko kriadennoł, hag holl bobl ar vro a yudo.

3  En abeg da drouz tregernus karnioł e virc'hed galloudek, en abeg da storlok e girri, en abeg da dourni e rodoł, an tadoł ne droint ket etrezek o mibien, ken laosk ma teuio o daouarn.

4  An deiz a zeu evit distrujań an holl Filistined, evit lemel eus Tir hag eus Sidon kement hini a vano d'o skoazellań, rak an AOTROU a ya da zistrujań ar Filistined, nemorant enez Kaftor.

5  Gaza a zo deuet da vezań moal, Askalon a dav gant nemorant o zraonienn. Betek pegeit en em ri flańchoł?

6  A! Kleze an AOTROU! Betek pegeit ne baouezi ket? Distro da'z kouin, sioula ha chom peoc'h!

7  Met penaos e paouezfe? An AOTROU en deus roet dezhań ur gourc'hemenn: merket eo a-enep Askalon hag a-enep aod ar mor.

 

Pennad 48

1  Diwar-benn Moab, evel-henn e komz AOTROU an armeoł, Doue Israel: Gwalleur da Nebo, rak gwastet eo! Kirjataim a zo mezhek, tapet eo. Ar gźr greńv a zo mezhet ha spontet.

2  Moab n'he deus ken da dennań gloar eus Hesbon, ijinet eo bet droug a-enep dezhi: Deuit, distrujomp hi a-douez ar broadoł! Ha te ivez, Madmen, te a vo distrujet, hag ar c'hleze a yelo war da lerc'h.

3  Ur vouezh o c'harmiń a zeu eus Horonajim, freuz ha distruj bras.

4  Moab a zo brevet, e re vihan a ra klevout o c'hriadennoł.

5  Pignat a reor en ur ouelań savenn Lukid, hag e klevor garmoł a enkrez o tont eus diskenn Horonajim en abeg d'an enebourien.

6  Tec'hit, savetait ho puhez! Hag e viot evel en noazh en ur gouelec'h.

7  Peogwir ec'h eus fiziet ez labourioł hag ez teńzorioł, e vi tapet ivez. Ha Kemosh a yelo d'an harlu, gant hec'h aberzhourien hag he fennoł.

8  An distrujer a yelo en holl gźrioł, ha kźr ebet na dec'ho. An draonienn a vo rivinet hag ar blaenenn a vo distrujet, hervez ar pezh en deus lavaret an AOTROU.

9  Roit eskell da Voab, rak a-dra-sur e nijo. E gźrioł a zeuio da vezań ur gouelec'h, ne vo den o chom enno.

10  Ra vo milliget an hini a raio labour an AOTROU gant leziregezh, ha ra vo milliget an hini a zinac'ho ouzh e gleze ar gwad!

11  Moab a oa sioul abaoe e yaouankiz, diskuizhań a rae war e lec'hidenn, ne oa ket bet taolet eus ul lestr d'egile, n'eo ket aet d'an harlu, evel-se e vlaz a zo chomet gantań hag e c'hwezh n'eo ket bet cheńchet.

12  Setu e teu an deizioł, eme an AOTROU, ma kasin dezhań tud a dreuzlestro anezhań, a c'houllondero e listri, a lakaio e seier-lźr a-dammoł.

13  Ha Moab a vo mezhek eus Kemosh, evel ma'z eo bet ti Israel mezhek eus Betel, a oa e fiziańs.

14  Penaos e lavarit: Ni a zo tud galloudek ha kadarn em emgann?

15  Moab a zo drailhet, e gźrioł a bign e moged, an dibab eus e dud yaouank a ziskenn d'al lazhadeg, eme ar Roue a zo e anv AOTROU an armeoł.

16  Diskar Moab a zo tost, hag e walleur a ya buan war-raok.

17  Ha c'hwi holl a anavez e anv, lavarit: Penaos eo bet torret ar walenn nerzhus-se, ar vazh meurdezus-se?

18  Diskenn eus da c'hloar hag azez war an douar krazet, annezadez, merc'h Dibon! Rak distrujer Moab a bign a-enep dit, diskaret en deus da greńvlec'hioł.

19  En em zalc'h war an hent ha sell, annezadez Aroer! Goulenn ouzh an tec'had hag ouzh an hini a ya kuit, lavar: Petra a zo c'hoarvezet?

20  Moab a zo mezhek, rak brevet eo bet. Huanadit ha yudit! Embannit war an Arnon ez eo drailhet Moab,

21  hag ez eo deuet ar varn war vro ar blaenenn, war Holon, war Jahaz, war Vefaad,

22  war Zibon, war Nebo, war Vet-Diblataim,

23  war Girjataim, war Vet-Gamul, war Vet-Meon,

24  war Geriod, war Vozra, war holl gźrioł bro Voab, pell pe tost.

25  Korn Moab a zo troc'het, hag e vrec'h a zo torret, eme an AOTROU.

26  Mezvit eń, rak eo savet a-enep an AOTROU. Ra en em ruilho Moab en e c'hwedadenn, ha ra vo eń ivez ur c'hoapadenn.

27  Ha ne oa ket bet Israel ur c'hoapadenn evidout? Daoust hag e oa e-touez al laeron, ma hejez da benn adalek ma komzez dioutań?

28  Tud Moab, dilezit ar c'hźrioł ha chomit er reier, bezit evel ar goulm, a ra he neizh ouzh digor ur vougev.

29  Klevet hon eus lorc'h Moab, lorc'hus-tre eo, e rogentez, e lorc'h, e ourgouilh, e galon c'hwezet.

30  Anavezout a ran, eme an AOTROU, e fouge; aner eo e vrabańserezh, aner eo o oberennoł.

31  Setu perak e hirvoudin war Voab, garmiń a rin diwar-ben Moab a-bezh. War dud Kir-Heres e huanador.

32  Gwinienn Sibma, warnout e ouelin muioc'h eget war Jaezer, da vrankoł a yae dreist ar mor, hag e tapent mor Jaezer. An distrujer a zo kouezhet war da frouezh-hańv ha war da vendem.

33  Ar joa hag al levenez a zo aet kuit eus ar parkeier frouezhus hag eus bro Voab, hag em eus hesket ar gwin er gwaskerelloł. Ne vo ken jaodret gant youc'hoł, met kriadennoł a vrezel a vo, ha nann kriadennoł a levenez.

34  En abeg da c'harmoł Hesbon e reont klevout o mouezh betek Eleale ha betek Jahaz, adalek Zoar betek Horonajim ha betek Eglad-Shelishija, rak doureier Nimrim a vo ivez glac'haret.

35  Me a raio, eme an AOTROU, na vo den ebet ken e Moab o pignat war an uhellec'hioł evit kinnig ezańs d'e zoueoł.

36  Setu perak va c'halon a huanado war Voab evel fleütoł, va c'halon a huanado evel fleütoł war dud Kir-Heres, dre ma'z eo kollet an teńzorioł o deus dastumet.

37  Rak pep penn a vo moal, pep barv a vo troc'het, war bep dorn e vo flańchoł, ha war an divgroazell e vo seier.

38  War holl doennoł Moab ha war e leurioł, pep tra a vo kańvoł, rak brevet em bo Moab evel ul lestr a zisplij, eme an AOTROU.

39  Huanadit! Penaos eo bet torret? Nag e tro kein Moab en e vezh! Moab a vo ur c'hoapadenn hag ur spont evit an holl re a vo en-dro dezhań.

40  Rak evel-henn e komz an AOTROU: Setu emań o nijal evel un erer, hag ec'h astenno e eskell war Voab.

41  Keriod a zo kemeret, e greńvlec'hioł a zo tapet, kalon brezelerien Moab a vo, en deiz-se, evel kalon ur vaouez er poanioł.

42  Moab a vo distrujet, ne vo ken ur bobl, rak en em savet eo a-enep an AOTROU.

43  Warnout e vo ar spont, ar poull hag ar roued, o Moabad, eme an AOTROU.

44  An hini a dec'h dirak ar spont a gouezho er poull, an hini a adpigno eus ar poull a vo tapet er roued. Rak e lakain da zont warnań, war Voab, bloavezh e varnedigezh, eme an AOTROU.

45  Dindan skeud Hesbon ec'h ehan an dec'hidi dre ziouer a nerzh, un tan a zeuio eus Hesbon, hag ur flamm eus kreiz Sihon, a lonko ur c'hostez eus Moab, ha lein penn mibien an tousmac'h.

46  Gwalleur dit Moab! Kollet eo pobl Gemosh! Rak da vibien a zo kaset en harlu, ha da verc'hed en harlu.

47  Koulskoude, en deizioł diwezhań, ec'h adsavin harluidi Moab. Betek amań ez a barnedigezh Moab.

 

Pennad 49

1  Diwar-benn mibien Ammon, evel-henn e komz an AOTROU: Israel, ha n'en deus mab ebet? Ha n'en deus heritour ebet? Perak en deus heritet Malkam eus Gad? Perak emań o chom e bobl en e gźrioł?

2  Setu perak e teu an deizioł, eme an AOTROU, ma rin klevout ar griadenn a vrezel etrezek Rabba mibien Ammon. Dont a raio da vezań ur bern distruj, he c'hźriadennoł a vo devet dre an tan, hag Israel a berc'henno ar re o devo e berc'hennet, eme an AOTROU.

3  Yud, Hesbon! Rak Ai a zo distrujet. Garmit, merc'hed Rabba, gwiskit ar sac'h, hirvoudit, redit amań hag ahont a-hed ar mogerioł! Rak Malkam a yelo d'an harlu gant e aberzhourien hag e bennoł.

4  Perak e kavez gloar ez traoniennoł? Da draonienn a ziver, merc'h disleal a fizie ez teńzorioł, o lavarout: Piv a zeuio a-enep din?

5  Setu ez an da zegas warnout ar spont eus da holl drowardroioł, eme an Aotrou, AOTROU an armeoł, hag e viot kaset pep hini war-eeun dirazań, ha den ne zastumo an dec'hidi.

6  Met goude-se e tegasin en-dro re zalc'het mibien Ammon, eme an AOTROU.

7  Diwar-benn Edom, evel-henn e komz AOTROU an armeoł: Ha n'eus ken a furnez e Teman? Hag e vank ar c'huzul d'an dud desket? Ha kouezhet eo o furnez?

8  Tec'hit, troit kein, en em endonit e kevioł, tud Dedan, rak lakaat a rin da zont war Ezaü e c'hlac'har da vare e gastiz.

9  Mar teufe dastumerien da'z ti, ha ne lezfent netra da raspaat? Mar teufe laeron noz, e kemerfent ar pezh a vefe a-walc'h dezho.

10  Met me am eus diwisket Ezaü ha dizoloet e lec'hioł kuzh, ne c'hello ket en em guzhat. E lignez, e vreudeur hag e amezeien a zo distrujet, ha n'emań ken.

11  Lez da emzivaded, me a lakaio anezho da vevań, ha ra fizio da intańvezed ennon!

12  Rak evel-henn e komz an AOTROU: Setu, ar re na oant ket barnet da evań an hanaf a evo anezhań, ha te a vefe ezdalc'het? Ne vi ket ezdalc'het, met a-dra-sur evań a ri anezhań.

13  Rak touet em eus drezon va-unan, eme an AOTROU, Bozra a zeuio da vezań ur rivin, un dismegańs, ur gwastadur, ur vallozh, hag hec'h holl gźrioł a vo gouelec'hioł peurbadus.

14  Klevet em eus kement-mań a-berzh an AOTROU, hag ur c'hannad a zo bet kaset d'ar broadoł: Dastumit hag deuit a-enep dezhi! Savit evit ar brezel!

15  Rak setu, da lakaat a rin bihan e-touez ar broadoł, ha disprizet e-touez an dud.

16  Da emfiziańs ha lorc'h da galon o deus da douellet, te hag a zo o chom e toulloł ar reier hag a zalc'h krec'h ar menezioł. Pa savi da neizh evel an erer, e taolin ac'hanout d'an traoń, eme an AOTROU.

17  Edom a vo ur rivin, ar re a dremeno en e gichen a vo souezhet hag a c'hwitello war e holl c'houlioł.

18  Evel en distruj Sodom ha Gomora hag ar c'hźrioł nesań, eme an AOTROU, ne vano den ebet eno, ne chomo mab-den ebet eno.

19  Setu, evel ul leon, e pign eus ribloł lorc'hus ar Jordan a-enep an annez kreńv. A-daol-trumm e lakain Edom da redek diwarnań, hag e lakain warnań an hini am eus dibabet. Rak piv a zo heńvel ouzhin? Piv a roio urzhioł din? Piv eo ar mesaer a zalc'ho dirazon?

20  Setu perak, selaouit ar pezh a fell d'an AOTROU ober a-enep Edom, hag ar sońjoł en deus graet a-enep Teman: A-dra-sur e vint stlejet evel re vihanań an tropell, a-dra-sur e vo distrujet o ziez warno!

21  Gant trouz o lamm, an douar a gren, ha klevet eo mouezh o garm betek ar Mor Ruz.

22  Setu e pigno evel an erer, nijal a raio, astenn a raio e eskell war Vozra. Kalon brezelerien Edom a vo, en deiz-se, evel kalon ur vaouez er poanioł.

23  Diwar-benn Damask. Hamad hag Arpad a zo mezhekaet, rak klevet o deus keloł fall, teuziń a reont. Gwall vor 'zo ha ne c'hell ket sioulaat.

24  Damask a zo dinerzhet, treiń a ra evit tec'hout, ar spont a gouezh warni, an enkrez hag ar glac'har a grog enni, evel ur vaouez o wilioudiń.

25  Penaos n'eo ket dilezet ar gźr vrudet, kźr va levenez?

26  Setu perak he zud yaouank a gouezho en he straedoł, hag an holl dud a vrezel a soeto en deiz-se, eme an AOTROU.

27  Me a enaouo an tan e mogerioł Damask, hag e lonko palezioł Ben-Hadad.

28  Diwar-benn Kedar ha rouantelezhioł Hazor, a vo kannet gant Nebukadnezar roue Babilon, evel-henn e komz an AOTROU: Savit, pignit a-enep Kedar, distrujit mibien ar sav-heol.

29  Tapout a raint o zeltennoł hag o zropelloł, kemer a raint o fallennoł, o holl listri hag o c'hańvaled, hag e vo yudet: Spont a bep tu!

30  Tec'hit! Pellait kement ha ma c'hellit, en em endonit da chom, tud Hazor, eme an AOTROU, rak Nebukadnezar roue Babilon en deus graet ur sońj a-enep deoc'h, ijinet en deus ur mennad a-enep deoc'h.

31  Savit, pignit etrezek ar vroad a zo e peoc'h hag o chom e surentez, eme an AOTROU. N'o deus na dorojoł na prennoł, hag emaint o chom o-unan.

32  O c'hańvaled a vo preizhet, niver bras o loened a vo skrapet. Me o stlabezo da bep avel, an dud-se a douz kognoł o barv, hag e rin d'o glac'har dont a bep tu, eme an AOTROU.

33  Azor a zeuio da vezań toulloł evit an aourgon hag ur gouelec'h da viken. Ne vano den ebet eno, ne chomo mab-den ebet eno.

34  Komz an AOTROU a voe disklźriet d'ar profed Jeremiaz a-enep Elam, e penn-kentań ren Sedesia roue Juda, er gerioł-se:

35  Evel-henn e komz AOTROU an armeoł: Setu ez an da derriń gwareg Elam, e nerzh vrasań.

36  Hag e kasin war Elam ar pevar avel eus pevar fenn an neńvoł, hag e stlabezin anezho gant an holl avelioł-se, ha ne vo ket ur vroad ma ne zeuio ket enni tec'hidi Elam.

37  Me a raio da Elam bezań spouronet dirak o enebourien ha dirak ar re a glask o buhez. Hag e kasin warno an droug, va c'hounnar entanet, eme an AOTROU. Hag e kasin war o lerc'h ar c'hleze, betek ma em bo o c'haset da get.

38  Hag e lakain va zron en Elam, hag e tistrujin ar rouaned hag ar pennoł anezhań.

39  Met en deizioł diwezhań e tegasin en-dro re zalc'het Elam, eme an AOTROU.

 

Pennad 50

1  Ar gomz a voe disklźriet a-berzh an AOTROU a-enep Babilon hag a-enep bro ar Galdeiz, dre ar profed Jeremiaz, er gerioł-se:

2  Disklźriit e-touez ar broadoł hag embannit kement-se, savit ar banniel, embannit kement-se, na guzhit netra, lavarit: Babilon a zo tapet, Bel a zo mezhekaet, Merodak a zo torret. Hec'h idoloł a zo mezhekaet, he zoueoł a zo torret.

3  Rak ur vroad a bign a-enep dezhi eus an hanternoz, lakaat a raio he bro da vezań ur gouelec'h, ha ne vo den o chom enni. Den ha loen a dec'ho, mont a raint kuit.

4  En deizioł-se, en amzer-se, eme an AOTROU, mibien Israel a zeuio, int ha mibien Juda a-gevret. Kerzhout a raint en ur ouelań, hag e klaskint an AOTROU o Doue.

5  Goulenn a raint hent Sion, hag e troint o selloł etrezek enni, o lavarout: Deuit, en em stagit ouzh an AOTROU, dre un emglev peurbadus na vo ket ankounac'haet.

6  Va fobl a zo bet evel deńved dianket, o mesaerien o deus kollet anezho, hag o deus graet dezho kantren dre ar menezioł. Aet int eus ur menez d'ur c'hrec'h, hag o deus disońjet o c'hraou.

7  An holl re a gave anezho o lonke, hag o enebourien a lavare: Ne vimp ket kablus, peogwir o deus pec'het a-enep an AOTROU, chomlec'h ar reizhder, a-enep an AOTROU, esperańs o zadoł.

8  Tec'hit eus kreiz Babilon, it er-maez eus bro ar Galdeiz, bezit evel ar bouc'hed a ya dirak an tropell!

9  Rak setu ez an da sevel ha da gas a-enep Babilon un tolpad a vroadoł bras eus bro an hanternoz, en em renko a-enep dezhi, hag e vo tapet. O biroł a vo evel re ur brezeler kadarn, na zistro ket e goullo.

10  Kaldea a vo ur preizh, an holl re a breizho anezhi o devo o gwalc'h, eme an AOTROU.

11  Dre ma oc'h en em laouenaet, dre ma oc'h bet el levenez o tistrujań va hźrezh, dre ma hoc'h eus lammet evel un annoar er geot ha c'hwirinet evel kezeg,

12  ho mamm a vo goloet a vezh, an hini he deus ho kanet a vo dismegańset. Setu ma vo an diwezhań eus ar broadoł, ur gouelec'h, un douar krin, ul lanneg.

13  En abeg da gounnar an AOTROU ne vo ken annezet, holl ne vo nemet glac'har. Ar re a dremeno e-kichen Babilon a vo souezhet hag a c'hwitello war e holl c'houlioł.

14  En em renkit en-dro da Vabilon, c'hwi holl a antell ar wareg; tennit a-enep dezhi, n'espernit ket ar biroł, rak pec'het he deus a-enep an AOTROU.

15  Youc'hit a-enep dezhi tro-dro, astenn a ra he dorn, he diazezoł a zo kouezhet, he mogerioł a zo diskaret, veńjańs an AOTROU eo. En em veńjit warni, grit dezhi evel m'he deus graet.

16  Dilamit eus Babilon an hini a had hag an hini a ra gant ar falz da vare an eost. Dirak ar c'hleze distrujus, ra zistroio pep hini etrezek e bobl, ra dec'ho pep hini d'e vro.

17  Israel a zo evel un dańvadez dianket argaset gant al leoned. Da gentań roue Asiria en deus he debret, ha da ziwezhań Nebukadnezar roue Babilon en deus torret hec'h eskern dezhi.

18  Setu perak evel-henn e komz AOTROU an armeoł, Doue Israel: Setu ez an da gastizań roue Babilon hag e vro, evel ma em eus kastizet roue Asiria.

19   Hag e tegasin en-dro Israel d'e chomlec'h, hag e peuro war ar C'harmel hag ar Basan. E ene en devo e walc'h war menezioł Efraim ha Galaad.

20  En deizioł-se, en amzer-se, eme an AOTROU, e vo klasket direizhder Israel, met ne vo ket kavet, ha pec'hedoł Juda, ha ne vint ket kavet, rak e pardonin d'ar re am bo lezet e nemorant.

21  Pign a-enep ar vro a zo disent div wech, a-enep an dud lezet evit bezań kastizet, distruj ha kas da get war o lerc'h, eme an AOTROU, gra hervez kement am eus gourc'hemennet dit.

22  Trouz un emgann a zo er vro, hag un distruj bras.

23  Penaos eo bet torret, freuzet, morzhol an douar a-bezh! Penaos eo deuet Babilon un dismantr e-touez ar broadoł!

24  Stegnet em eus ur pech dit, hag ez out bet tapet, Babilon, ha n'anaveze ket. Kavet out bet ha tapet, dre ma ec'h eus stourmet a-enep an AOTROU.

25  An AOTROU en deus digoret e harnezerezh, tennet en deus er-maez armoł e gounnar, rak an Aotrou, AOTROU an armeoł, en deus ul labour d'ober e bro ar Galdeiz.

26  Deuit a-enep dezhi a bep tu, digorit he solieroł, mac'hit anezhi evel bernioł, kasit anezhi da get, ra ne vano ken netra!

27  Lazhit hec'h holl goleoł, ra ziskennint holl d'al lazhadeg. Gwalleur dezho, rak o deiz a zo deuet, amzer o c'hastiz!

28  Selaouit mouezh ar re a dec'h hag a ya kuit eus bro Vabilon, evit embann e Sion veńjańs an AOTROU hon Doue, veńjańs e dempl.

29  Dastumit gant kriadennoł ar waregerien a-enep Babilon. C'hwi holl a antell ar wareg, kampit a-enep dezhi tro-dro, ra ne dec'ho den. Rentit dezhi hervez hec'h oberoł, grit dezhi hervez kement he deus graet, rak eo en em savet gant lorc'h a-enep an AOTROU, a-enep Sant Israel.

30  Setu perak he zud a zibab a gouezho war he leurioł, hag hec'h holl dud a vrezel a vo kaset da get en deiz-se, eme an AOTROU.

31  Setu em eus droug ouzhit-te, lorc'hus, eme an Aotrou, AOTROU an armeoł, rak da zeiz a zo deuet, an amzer ma'z kastizin.

32  An hini lorc'hus a vrańsello hag a gouezho, ha den n'adsavo anezhi, hag ec'h enaouin un tan en he c'hźrioł. Lonkań a raio hec'h holl drowardroioł.

33  Evel-henn e komz AOTROU an armeoł: Mibien Israel ha mibien Juda a zo bet gwasket a-gevret. An holl re o deus harluet anezho o dalc'h, ne fell ket dezho o lezel da vont.

34  O dasprener a zo kreńv, e anv eo AOTROU an armeoł. Difenn a raio a-dra-sur o c'haoz, evit reiń diskuizh d'ar vro, ha lakaat da drefuiń tud Babilon.

35  Ar c'hleze a zo war ar Galdeiz, eme an AOTROU, war dud Babilon, war he fennoł ha war e furien!

36  Ar c'hleze a zo war he zouellerien: ra zeuint da vezań diskiant! Ar c'hleze a zo war he re galonek: ra vint kollet!

37  Ar c'hleze a zo war he c'hezeg, war he c'hirri ha war an dud a bep meskaj a zo en o zouez: ra zeuint da vezań evel maouezed! Ar c'hleze a zo war he zeńzorioł: ra vint preizhet!

38  Ar sec'hor a zo war he doureier: ra vankint! Rak ur vro a idoloł eo, sot int gant o idoloł euzhus.

39  Loened gouez ar gouelec'h o devo eno o zoulloł gant an aourgon, ar struskańvaled a zeuio da chom eno, ne vo biken tud o chom eno, ne vo ken annezet a oad da oad.

40  Evel en distruj Sodom ha Gomora hag ar c'hźrioł nesań, eme an AOTROU, ne vano den ebet eno, ne chomo mab-den ebet eno.

41  Setu, ur bobl a zeuio eus an hanternoz, ur vroad vras ha rouaned niverus a zihuno eus pennoł pellań an douar.

42  Kemer a raint ar wareg hag al lańs, garv ez int ha didruez, o mouezh a groz evel ar mor, ha pignet war gezeg-red, int renket evel un den a vrezel a-enep dit, merc'h Babilon.

43  Roue Babilon en deus klevet an trouz a gement-se, e zaouarn a zeu da vezań laosk, an enkrez a grog ennań, poanioł evel ur vaouez o wilioudiń.

44  Setu, evel ul leon, e pign eus ribloł lorc'hus ar Jordan a-enep an annez kreńv. A-daol-trumm e lakain Babilon da redek diwarnań, hag e lakain warnań an hini am eus dibabet. Rak piv a zo heńvel ouzhin? Piv a roio urzhioł din? Piv eo ar mesaer a zalc'ho dirazon?

45  Setu perak, selaouit ar pezh a fell d'an AOTROU ober a-enep Babilon, hag ar sońjoł en deus graet a-enep bro ar Galdeiz: A-dra-sur e vint stlejet evel re vihanań an tropell, a-dra-sur e vo distrujet o ziez warno!

46  Gant trouz kemer Babilon an douar a greno, hag ur garm a vo klevet e-touez ar broadoł.

 

Pennad 51

1  Evel-henn e komz an AOTROU: Setu e lakaan da sevel un avel a zistruj a-enep Babilon hag a-enep an holl dud a zo o chom e kalon va enebourien.

2  Hag e kasan a-enep Babilon gwenterien a wento anezhi hag a c'houllondero he bro. Dont a raint warni a bep tu, en deiz ar gwalleur.

3  Ra vo stegnet ar wareg a-enep an hini a stegn e wareg hag a-enep an hini a fiz en e hobregon! Ha n'espernit ket he zud eus an dibab, distrujit hec'h holl lu en e bezh.

4  Ra gouezhint ar c'hloazidi d'ar marv war zouar ar C'haldeiz, ha re doullet en he straedoł!

5  Rak Israel ha Juda n'int ket dilezet gant o Doue, AOTROU an armeoł, daoust d'o bro bezań leuniet a dorfedoł dirak Sant Israel.

6  Tec'hit eus kreiz Babilon, ra saveteo pep hini e vuhez, gant aon na varvfec'h en e drougiezh, rak amzer veńjańs an AOTROU eo, reiń a raio dezhi hervez ar pezh he deus graet.

7  Babilon a oa un hanaf aour e dorn an AOTROU, hag e vezve an douar holl. Ar broadoł o deus evet eus he gwin, setu perak eo deuet diskiant ar broadoł.

9  A-daol-trumm eo kouezhet Babilon, freuzet eo. Huanadit warni, kemerit balzam evit he gouli, marteze e pareo.

9  Louzaouet hon eus Babilon ha n'eo ket pareet. Lezit hi, ha deomp pep hini d'e vro, rak he barnedigezh a dizh betek an neńvoł hag a sav betek ar goabrennoł.

10  An AOTROU en deus lakaet war wel hor reizhder. Deuit ha disklźriomp e Sion oberenn an AOTROU hon Doue.

11  Lemmit ar biroł, kemerit ar skoedoł! An AOTROU en deus dihunet spered rouaned Media, rak e fell dezhań distrujań Babilon, amań emań veńjańs an AOTROU, veńjańs e dempl.

12  Savit ur banniel a-enep mogerioł Babilon, kreńvait ar ged, lakait gwarded, kempennit spioł! Rak an AOTROU en deus bet ur mennad, hag e raio hervez ar pezh en deus lavaret a-enep tud Babilon.

13  Te hag a zo o chom war galz a zour, te hag ac'h eus teńzorioł e-leizh, da ziwezh a zo deuet, muzul da c'hounid direizh a zo leun.

14  AOTROU an armeoł en deus touet drezań e-unan: A-dra-sur da leuniań a rin a dud evel kilheien-raden, a laosko a-enep dit kriadegoł a vrezel.

15  Eń en deus graet an douar dre e c'halloud, eń en deus diazezet ar bed dre e furnez, eń en deus astennet an neńvoł dre e skiant.

16  Da drouz e vouezh, an doureier en em zastum en neńvoł, hag e laka ur vrumenn da sevel eus pennoł an douar. Ober a ra al luc'hed hag ar glav, hag e tenn an avel eus e deńzorioł.

17  Pep den a zo amoet en anaoudegezh, pep orfebour a zo mezhek eus e skeudenn gizellet, rak e draoł teuzet n'int nemet gaou, n'eus ket a c'hwezh enno.

18  N'int nemet netra, oberennoł a douellerezh, mont a raint da goll pa zeuio o c'hastiz.

19  Lodenn Jakob n'eo ket evelto, rak an Hini en deus doareet pep tra ez eo, Israel eo meuriad e hźrezh, AOTROU an armeoł eo e anv.

20  Bet out ur morzhol din, ur benveg a vrezel, drezout em eus brevet broadoł, drezout em eus distrujet rouantelezhioł,

21  drezout em eus brevet ar marc'h hag ar marc'heger, drezout em eus brevet ar c'harr hag an hini a oa warnań,

22  drezout em eus brevet ar paotr hag ar plac'h, drezout em eus brevet an den kozh hag ar bugel, drezout em eus brevet an den yaouank hag ar plac'h yaouank,

23  drezout em eus brevet ar mesaer hag e dropell, drezout em eus brevet al labourer-douar hag e denn, drezout em eus brevet ar c'houarnerien hag ar renerien.

24  Met e roin da Vabilon ha da holl dud Kaldea, dirak ho taoulagad, an holl zroug o deus graet e Sion, eme an AOTROU.

25  Setu em eus droug ouzhit, menez distrujus, eme an AOTROU, a zistruj an douar a-bezh. Astenn a rin va dorn warnout, hag e ruilhin ac'hanout eus lein ar reier, hag e rin dit bezań ur menez entanet.

26  Ne vo tennet diouzhit na maen-korn na maen-diazez, met e vi ur rivin peurbadus, eme an AOTROU.

27  Savit ur banniel war an douar, sonit ar shofar e-touez ar broadoł, kempennit a-enep dezhi ar broadoł, galvit a-enep dezhi rouantelezhioł Ararad, Minni hag Ashkenaz, lakait a-enep dezhi pennoł, grit d'ar c'hezeg pignat evel kilheien-raden a-bik.

28  Kempennit a-enep dezhi ar broadoł, rouaned Media, he gouarnerien hag hec'h holl renerien, hag an holl vro dindani.

29  An douar a greno hag a vo er poanioł, rak pep mennad an AOTROU a-enep Babilon a vo graet, evit lakaat bro Vabilon da vezań ur gouelec'h hep tud.

30  Tud kreńv Babilon o deus paouezet da stourm hag en em zalc'hont er c'hreńvlec'hioł, o nerzh a zo aet da netra, deuet int evel maouezed, devet eo he ziez, hag he frennoł a zo torret.

31  Ur reder a redo en arbenn d'unan all, hag ur c'hannad en arbenn d'unan all, da gemenn da roue Babilon ez eo tapet e gźr a bep tu,

32  hag eo aloubet e ribinoł, hag eo devet e c'heunioł dre an tan, hag eo spouronet an dud a vrezel.

33  Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoł, Doue Israel: Merc'h Babilon a zo evel ul leur en amzer ma vez mac'het, c'hoazh un nebeudig hag e teuio amzer hec'h eost.

34  Nebukadnezar roue Babilon en deus va debret ha va brevet, va lezet en deus evel ul lestr goullo, va lonket en deus evel un aerouant, leuniet en deus e gof eus va gwellań traoł, va c'haset en deus.

35  Ra gouezho an taerder graet din ha da'm c'hig war Vabilon, a lavaro annezadez Sion; ra gouezho va gwad war dud Kaldea, a lavaro Jeruzalem.

36  Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Setu e tifennin da gaoz ha da veńjiń a rin; disec'hań a rin he mor hag lakain he mammenn da hesk.

37  Babilon a zeuio da vezań ur bern distruj, toulloł evit an aourgon, ur souezh hag ur c'hoapadenn, ha ne vo den o chom enni.

38  A-unvan e yudint evel leoned, hag e laoskint kriadennoł evel leonedigoł.

39  Pa vint tommaet, e kinnigin da evań dezho, o mezviń a rin, evit ma laouenaint ha ma kouskint eus ur c'housk peurbadus, ha ne zihunint ken, eme an AOTROU.

40  Me a raio dezho diskenn evel oaned d'al lazhadeg, evel tourzed ha bouc'hed.

41  Penaos eo bet tapet Sheshak? Penaos eo bet paket an hini a oa meulet gant an douar holl? Penaos eo deuet Babilon da vezań ur rivin, e-touez ar broadoł?

42  Ar mor a zo pignet a-enep Babilon, goloet eo gant maread e goummoł.

43  He c'hźrioł a zo deuet ur gouelec'h, un douar sec'h, digenvez, ne vo den o chom enno, ha mab-den ebet ne dremeno drezo.

44  Kastizań a rin Bel e Babilon, hag e tennin eus e c'henoł ar pezh en doa lonket, hag ar broadoł ned aint ken etrezek ennań. Zoken moger Vabilon a zo kouezhet.

45  It kuit eus he c'hreiz, va fobl, ra saveteo pep hini ac'hanoc'h e vuhez diouzh kounnar entanet an AOTROU.

46  Ra ne zinerzho ket ho kalon, ha n'ho pet ket aon rak ar c'heleier a vo klevet er vro. Rak er bloaz-mań e teuio un trouz, hag er bloaz war-lerc'h un trouz all. Taerder e vo er vro, rener a-enep rener.

47  Setu perak e teu an deizioł ma kastizin skeudennoł kizellet Babilon, hec'h holl vro a vo mezhekaet, hec'h holl c'hloazidi d'ar marv a gouezho en he c'hreiz.

48  An neńvoł hag an douar ha kement a zo enno a laouenaio gant kanoł a levenez war Vabilon, rak eus an hanternoz e teuio an distrujerien en hec'h enep, eme an AOTROU.

49  Evel ma he deus lakaet Babilon da gouezhań gloazidi d'ar marv Israel, evel-se e kouezho e Babilon gloazidi d'ar marv ar vro holl.

50  C'hwi hag a zo tec'het eus ar c'hleze, it ha na baouezit ket! En douar pell, ho pet sońj eus an AOTROU, ha ra vo Jeruzalem dirak ho kalonoł.

51  Mezhek e oamp, a lavarot, o klevout an dismegańsoł hon eus klevet. Ar vezh he deus goloet hon dremmoł, pa'z eo deuet diavaezidi a-enep santualioł ti an AOTROU.

52  Setu perak e teu an deizioł, eme an AOTROU, ma kastizin he skeudennoł kizellet, hag ar c'hloazidi d'ar marv a glemmo dre ar vro holl.

53  Pa savfe Babilon betek an neńvoł, pa lakafe digemeradus lein he c'hreńvlec'h, an distrujerien a yelo enni eus va ferzh, eme an AOTROU.

54  Trouz ur c'harmadeg a glever eus Babilon, ur rivin bras eus bro ar Galdeiz,

55  rak ez a an AOTROU da wastań Babilon, da lakaat da baouez enni ar vouezh vras. O c'hoummoł a c'hrozmol evel doureier bras, trouz o mouezh a dregern,

56  rak eo deuet an distrujer warni, war Vabilon, tapet eo he c’hadarnidi, torret eo o gwaregoł, an AOTROU eo Doue ar veńjańs, hag e roio da bep hini ar pezh a zo dleet dezhań.

57  Mezviń a rin he frińsed, he furien, he gouarnerien, he fennoł, he c’hadarnidi; kousket a raint eus ur c'housk peurbadus, ha ne zihunint ken, eme ar Roue a zo e anv AOTROU an armeoł.

58  Evel-henn e komz AOTROU an armeoł: Mogerioł Babilon, ken ledan, a vo diskaret en o fezh, o dorojoł, ken uhel, a vo devet dre an tan. Evel-se ar pobloł o devo labouret en aner, hag ar broadoł o devo skuizhet evit an tan.

59  Setu amań an urzh a roas ar profed Jeremiaz da Seraja mab Nerija mab Makseja, pa'z eas da Vabilon gant Sedesia roue Juda, d'ar pevare bloaz eus e ren. Seraja a oa kentań kambrelan.

60  Jeremiaz a skrivas en ul levr an holl zroug a zlee dont war Vabilon, an holl gomzoł-mań skrivet a-enep Babilon.

61  Jeremiaz a lavaras da Seraja: Pa vi erru e Babilon, e selli hag e lenni an holl gomzoł-mań,

62  hag e lavari: AOTROU, lavaret ec'h eus diwar-benn al lec'h-mań e vo distrujet, en doare na chomo ennań na den na loen, met ma vo ur gouelec'h da viken.

63  Ha pa ez po echu da lenn al levr-mań, e stagi ur maen outań hag e taoli anezhań en Eufratez,

64  hag e lavari: Evel-se e vo beuzet Babilon, ha n'adsavo ket eus an droug ez an da lakaat da zont warni. Bec'hiet e vint! Betek amań emań komzoł Jeremiaz.

 

Pennad 52

1  Sedesia a oa en oad a ur bloaz warn-ugent pa zeraouas da ren, hag e renas unnek vloaz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Hamutal merc'h Jeremiaz, eus Libna.

2  Ober a reas an droug dirak daoulagad an AOTROU, evel m'en doa graet Jojakim.

3  En abeg da gounnar an AOTROU a-enep Jeruzalem hag a-enep Juda ec'h erruas kement-se, betek ma tistaolas anezho diwar e zremm. Ha Sedesia en em savas a-enep roue Babilon.

4  D'an navet bloaz eus e ren, d'an dekvet miz, d'an dekvet eus ar miz, e teuas Nebukadnezar roue Babilon gant e holl lu a-enep Jeruzalem, hag e kampjont a-enep dezhi, hag e savjont a-enep dezhi tosennoł tro-dro.

5  Ha kźr a voe sezizet betek an unnekvet bloaz eus ar roue Sedesia.

6  D'ar pevare miz, d'an navet eus ar miz, an naonegezh a savas e kźr, ha ne oa ken a vara evit pobl ar vro.

7  Neuze un toull-freuz a voe graet da gźr, hag an holl dud a vrezel a dec'has hag a yeas er-maez eus kźr, da noz, dre hent an nor etre an div voger e-kichen liorzh ar roue, e-pad ma oa ar Galdeiz en-dro da gźr, hag ez ejont etrezek ar blaenenn.

8  Met lu ar Galdeiz a redas war-lerc'h ar roue hag e tapjont Sedesia e plaenennoł Jeriko. Hag e holl arme a stlabezas pell digantań.

9  Kemer a rejont eta ar roue, hag e lakajont anezhań da bignat etrezek roue Babilon e Ribla, e bro Hamad, e-lec'h ma voe barnet.

10  Roue Babilon a reas lazhań mibien Sedesia dirak e zaoulagad, hag e reas lazhań ivez holl bennoł Juda e Ribla.

11  Neuze e reas broudań e zaoulagad da Sedesia, hag ec'h ereas anezhań gant chadennoł arem. Ha roue Babilon en kasas da Vabilon, hag en lakaas en toull-bac'h betek deiz e varv.

12  D'an dekvet eus ar pempvet miz, er naontekvet bloaz eus Nebukadnezar roue Babilon, Nebuzaradan penn ar warded ha servijer roue Babilon a zeuas da Jeruzalem.

13  Deviń a reas ti an AOTROU, ti ar roue hag holl diez Jeruzalem. An holl diez bras a voe devet dre an tan.

14  Hag holl lu ar Galdeiz, a oa gant penn ar warded, a ziskaras an holl vogerioł a oa en-dro da Jeruzalem.

15  Nebuzaradan penn ar warded a harluas hiniennoł eus an dud paourań, an nemorant a oa chomet e kźr, ar re a oa en em rentet da roue Babilon, hag an nemorant eus an engroez.

16  Koulskoude Nebuzaradan penn ar warded a lezas hiniennoł eus re baourań ar vro, evel gwinierien ha labourerien-douar.

17  Hag ar Galdeiz a lakaas a-dammoł ar c'holonennoł arem a oa e ti an AOTROU, ar sichennoł hag ar mor arem a oa e ti an AOTROU, hag e kasjont an holl arem ganto da Vabilon.

18  Kemer a rejont ivez ar c'haoterioł, ar palioł, ar mougerigoł, an hanafoł, al loaioł, hag an holl listri arem implijet evit ar servij.

19  Penn ar warded a gasas ivez gantań ar c'hirinoł, an ezańsoueroł, an hanafoł, ar c'haoterioł, ar c'hantolorioł, al loaioł, ar c'hiboł, ar pezh a oa en aour hag ar pezh a oa en arc'hant.

20  Diwar-benn an div golonenn, ar mor, hag an daouzek ejen arem a servije da sichennoł, en doa graet ar roue Salomon evit ti an AOTROU, ne oa ket pouezet arem an holl draoł-se.

21  Diwar-benn ar c'holonennoł, uhelder pep kolonenn a oa triwec'h ilinad (~ 9 m), hag ur gordenn a zaouzek ilinad (~ 6 m) a rae he zro; he zevder a oa pevar biz (~ 8 cm), hag e oa kleuz.

22  Bez' e oa dreist un dogenn arem. Uhelder an dogenn a oa pemp ilinad (~ 2.5 m), war an dogenn e oa ur rouedad ha greunadez tro-dro, holl en arem. An eil kolonenn gant he greunadez a oa heńvel.

23  Hag e oa c'hwezek greunadezenn ha pevar-ugent war bep tu, hag an holl c'hreunadez war ar rouedad tro-dro a oa kant.

24  Penn ar warded a gemeras ar beleg-meur Seraja, an eil-beleg Sofonia, ha tri diwaller an treuzoł.

25  Hag eus kźr e kemeras ur spazhad a oa karget eus an dud a vrezel, ha seizh den eus ar re a wele dremm ar roue hag en em gave e kźr, ha penn-skrib al lu a engouestle pobl ar vro, ha tri-ugent den a-douez pobl ar vro a voe kavet e kźr.

26  Nebuzaradan penn ar warded a dapas anezho hag o c'hasas da roue Babel da Ribla.

27  Roue Babilon a skoas warno hag o lazhas e Ribla, e bro Hamad. Evel-se Juda a voe kaset er-maez eus e vro.

28  Setu ar bobl a voe harluet gant Nebukadnezar: D'ar seizhvet bloaz, tri mil tri Yuzev warn-ugent,

29  d'an triwec'hvet bloaz eus Nebukadnezar, eizh kant daou zen ha tregont,

30  d'an trede bloaz warn-ugent eus Nebukadnezar, Nebuzaradan penn ar warded a harluas seizh kant pemp Yuzev ha daou-ugent. An holl dud-se a voe eta pevar mil c'hwec'h kant.

31  D'ar seizhvet bloaz ha tregont eus harlu Jojakin roue Juda, d'an daouzekvet miz, d'ar pempvet warn-ugent eus ar miz, Evilmerodak roue Babilon, er bloaz ma teuas da roue, a adsavas penn Jojakin roue Juda, hag a dennas anezhań eus an toull-bac'h.

32  Komz a reas outań gant madelezh, hag e lakaas e dron a-us da dron ar rouaned a oa gantań e Babilon.

33  Goude ma voe cheńchet e zilhad prizonier dezhań, e tebras dalc'hmat dirazań e-pad holl amzer e vuhez.

34  Peadra e vuhez pemdeziek a voe roet dezhań a-berzh roue Babilon, bemdez, betek deiz e varv, e-pad holl amzer e vuhez.