LEVR

JOB

 

Pennad 1

Istor Job

1  Bez' e oa e bro Uz un den anvet Job. An den-se a oa gwirion hag eeun, a zouje Doue hag a zistroe diouzh an droug.

2  Seizh mab ha teir merc'h a oa bet ganet dezhań.

3  Hag e perc'henne seizh mil dańvad, tri mil kańval, pemp kant koublad ejened, pemp kant azenez, hag un niver bras a servijerien. An den-se a oa ar brasań eus mibien ar sav-heol.

4  Hag e vibien a yae an eil da di egile hag a roe ur fest pep hini d'e dro, hag e kasent da bediń o zeir c'hoar da zont da zebriń ha da evań ganto.

5  Ha pa veze echu tro deizioł ar fest, Job a gase da gerc'hat e vibien evit o santelaat. O sevel mintin mat, e kinnige loskaberzhoł evit pep hini anezho, rak Job a lavare: Marteze o deus pec'het va mibien, hag o deus dismegańset Doue en o c'halonoł. Evel-se e rae Job bepred.

6  Hag e c'hoarvezas un devezh ma teuas mibien Doue da gavout an AOTROU, ha Satan a zeuas ivez en o zouez.

7  An AOTROU a lavaras da Satan: A belec'h e teuez? Satan a respontas d'an AOTROU o lavarout: Eus redek amań hag ahont war an douar hag eus pourmen eno.

8  An AOTROU a lavaras da Satan: Hag ec'h eus taolet evezh ouzh va servijer Job? N'eus ket eveltań war an douar, un den gwirion hag eeun, a zouj Doue hag a zistro diouzh an droug.

9  Satan a respontas d'an AOTROU o lavarout: Hag eo evit netra e touj Job Doue?

10  Ha ne'c'h eus ket graet evel un harz en-dro dezhań, en-dro d'e di, en-dro da gement a zo dezhań? Benniget ec'h eus oberoł e zaouarn, hag e dropelloł o deus kresket war an douar.

11  Met astenn da zorn, sko war gement a zo dezhań, hag e villigo ac'hanout en da zremm.

12  An AOTROU a lavaras da Satan: Setu, kement en deus a zo ez torn, nemetken, na laka ket da zorn warnań. Ha Satan a yeas kuit a-zirak dremm an AOTROU.

13  Hag e c'hoarvezas un devezh, evel ma tebre e vibien hag e verc'hed ha ma event gwin e ti o breur henań,

14  ma teuas ur c'hannad da gavout Job ha da lavarout dezhań: An ejened a are, hag an azenezed a beure en o c'hichen,

15  ha Sabeaned a zo en em daolet warno hag o deus o zapet, lazhet o deus ar servijerien gant barvenn ar c'hleze. Me va-unan am eus tec'het da zisklźriań dit.

16  Edo c'hoazh o komz pa zeuas unan all o lavarout: Tan Doue a zo kouezhet eus an neńvoł hag en deus devet an deńved hag ar servijerien, ha lonket anezho. Me va-unan am eus tec'het da zisklźriań dit.

17  Edo c'hoazh o komz pa zeuas unan all o lavarout: Kaldeiz renket e tri bagad a zo en em daolet war ar c'hańvaled hag o deus o zapet, lazhet o deus ar servijerien gant barvenn ar c'hleze. Me va-unan am eus tec'het da zisklźriań dit.

18  Edo c'hoazh o komz pa zeuas unan all o lavarout: Da vibien ha da verc'hed a zebre hag a eve gwin e ti o breur henań,

19  ha setu, un avel vras a zo deuet eus tu all d'ar gouelec'h, hag en deus skoet gant pevar c'horn an ti, a zo kouezhet war ar re yaouank, hag ez int marvet. Me va-unan am eus tec'het da zisklźriań dit.

20  Neuze Job a savas, hag e rogas e vantell, e touzas e benn, e kouezhas d'an douar, e stouas

21  hag e lavaras: En noazh ez on deuet eus kof va mamm, hag en noazh e tistroin di. An AOTROU en deus roet, an AOTROU en deus lamet. Ra vo anv an AOTROU benniget!

22  E kement-se holl, Job ne bec'has ket, ne rebechas netra da Zoue.

 

Pennad 2

1  Hag e c'hoarvezas un devezh ma teuas mibien Doue da gavout an AOTROU, ha Satan a zeuas ivez en o zouez da gavout an AOTROU.

2  An AOTROU a lavaras da Satan: A belec'h e teuez? Satan a respontas d'an AOTROU o lavarout: Eus redek amań hag ahont war an douar hag eus pourmen eno.

3  An AOTROU a lavaras da Satan: Hag ec'h eus taolet evezh ouzh va servijer Job? N'eus ket eveltań war an douar, un den gwirion hag eeun, a zouj Doue hag a zistro diouzh an droug. Derc'hel a ra c'hoazh start en e eeunder, petra bennak ma ec'h eus va atizet d'e zistrujań hep abeg.

4  Satan a respontas d'an AOTROU o lavarout: Kroc'hen evit kroc'hen! Kement en deus un den a rofe evit e vuhez.

5  Met astenn da zorn ha sko war e eskern hag war e gig, hag e villigo ac'hanout en da zremm.

6  An AOTROU a lavaras da Satan: Setu, emań ez torn, nemetken, mir e vuhez.

7  Ha Satan a yeas kuit a-zirak dremm an AOTROU, hag e reuzias ouzh Job gant ur gouli bev adalek sol e dreid betek krec'h e benn.

8  Hag e kemeras un darbod evit en em gravat, hag ec'h azezas el ludu.

9  E wreg a lavaras dezhań: Hag e talc'hi c'hoazh start ez eeunder? Millig Doue, ha marv!

10  Met e lavaras dezhi: Komz a rez evel ur wreg diskiant. Resev a reomp ar mad a-berzh Doue, ha ne resevfemp ket ar gwalleur? E kement-se holl, Job ne bec'has ket dre e vuzelloł.

Donedigezh an tri mignon

11  Ha tri eus mignoned Job, Elifaz eus Teman, Bildad eus Shuak, Zofar eus Naama, o vezań klevet an holl boanioł a oa kouezhet warnań, a zeuas, pep hini anezho eus e vro, hag e kendivizjont mont da drueziń outań ha d'e frealziń.

12  Hag o vezań savet o daoulagad a bell, n'anavezjont ket anezhań; neuze e savjont o mouezh hag e oueljont. Hag e rogas pep hini e vantell, hag e taoljont poultr etrezek an neńvoł, dreist o fenn.

13  Hag e chomjont azezet war an douar gantań e-pad seizh devezh ha seizh nozvezh, hini anezho ne lavaras dezhań ur ger, rak e weljont e oa e c'hlac'har bras-meurbet.

 

Pennad 3

Komzoł Job

1  Goude-se, Job a zigoras e c'henoł hag a villigas e zeiz.

2  Job a gomzas o lavarout:

3  Ra yelo da get an deiz ma'z on bet ganet, hag an noz he deus lavaret: Un den a zo końsevet.

4  Ra vo an deiz-se teńvalijenn, ra n'en klasko ket Doue eus krec'h, ra ne lugerno gouloł ebet warnań!

5  Ra vo tapet gant an deńvalijenn ha gant skeud ar marv, ra vo o chom ar c'hoabr warnań, ra vo spontet gant duder an deiz-se!

6  Ra grogo an deńvalijenn en noz-se, ra ne laouenaio ket e-touez deizioł ar bloaz, ra ned aio ket e niver ar mizioł!

7  Ya, ra vo difrouezh an noz-se, ra ne zeuio mouezh laouen ebet enni!

8  Ra villigint anezhi ar re a villig an deiz hag a zo prest da sevel al Leviatan!

9  Ra vo teńvalaet stered he serr-noz, ra c'hortozo ar gouloł ha ra ne vo ket, ra ne welo ket malvennoł tarzh-an-deiz!

10  Rak n'he deus ket serret ar c'hof am douge, na kuzhet ar glac'har ouzh va daoulagad.

11  Perak n'on ket marvet adal kof va mamm? O tont eus e ziabarzh, perak ne'm eus ket tennet va huanad diwezhań?

12  Perak eo bet kinniget daoulin din? Perak divronn, din da zenań?

13  Rak bremań e vijen gourvezet ha sioul, e kouskjen hag e vijen en diskuizh,

14  gant rouaned ha pennoł-bras an douar, o deus savet bezioł dezho,

15  gant ar brińsed o deus bet aour, hag o deus leuniet o ziez a arc'hant.

16  Pe evel un diforc'het kuzhet, ne vije ket ac'hanon, evel poupiged n'o deus ket gwelet ar gouloł.

17  Eno ar re zrouk ne drubuilhont ken den, hag eno e tiskuizh an dud dinerzh ha skuizhet.

18  Ganto emań ar re zalc'het e peoc'h, ne glevont ken mouezh an heskiner.

19  Eno an hini bihan hag an hini bras a zo a-gevret, hag ar sklav a zo dieubet eus e vestr.

20  Perak ez eo roet ar sklźrijenn d'ar reuzeudig, hag ar vuhez d'ar re o deus c'hwervoni en o ene,

21  d'ar re a c'hortoz ar marv ha ne zeu ket, a glask anezhań muioc'h eget un teńzor?

22  Laouen e vefent hag e tridfent, leun a joa, ma kavfent ur bez.

23  Perak d'un den n'anavez ket e hent, hag a zo kelc'hiet gant Doue a bep tu?

24  Rak e huanadan a-raok ma tebran, va c'hriadennoł a ruilh evel dour.

25  Ar pezh am eus aon razań a erru ganin, hag ar pezh a spontan razań a c'hoarvez ganin.

26  Ne'm eus na surentez, na diskuizh, na sioulder! An drubuilh a zo deuet!

 

Pennad 4

Prezegenn gentań Elifaz

1  Neuze, Elifaz eus Teman a gomzas o lavarout:

2  Mar klasker komz ouzhit, daoust hag e fulori? Met piv a c'hellfe mirout da gomz?

3  Setu, kelennet ec'h eus kalz, ha kreńvaet ec'h eus an daouarn dinerzhet.

4  Da gomzoł o deus adsavet ar re a vrańselle, startaet ec'h eus an daoulin a blege.

5  Ha bremań pa en em gav kement-se ganit, e fulorez, pa'z eo deuet warnout, e tigalonez!

6  Da zoujańs-Doue, ha n'eo ket da fiziańs? Da esperańs, ha n'eo ket eeunder da hentoł?

7  Bez sońj: Piv eo an den didamall a zo aet da goll? Pelec'h eo bet distrujet an den eeun?

8  Me am eus gwelet penaos ar re a labour an direizhder hag a had ar boan, a ved ivez anezho.

9  Diskaret int dre c'hwezhadenn Doue, lonket int dre avel e zivfron.

10  Yudadenn al leon, ha mouezh al leon bras, ha dent al leonedigoł a ya da netra.

11  Al leon a varv hep preizh, ha re vihan al leonez a zo stlabezet.

12  Ur gomz kuzhet a zo en em gavet ganin, va skouarn he deus tapet un heklev anezhi.

13  E-kreiz va sońjoł e-pad gweledigezhioł an noz, pa gouezh ur c'housk pounner war an dud,

14  ur spouron hag ur grenijenn a grogas ennon, ha va holl eskern a voe hejet.

15  Ur spered a dremenas dirazon, hag a lakaas blev va c'hig da sevel.

16  En e sav e oa, met n'anavezen ket e zremm. Ur skeudenn a oa dirak va daoulagad, hag e voe ur sioulded, hag e klevis ur vouezh:

17  Ha reishoc'h eget Doue e vefe un den? Ha glanoc'h eget e Grouer e vefe unan bennak?

18  Setu, ne fiz ket en e servijerien, kavout a ra diskianterezh en e aeled.

19  Pegement muioc'h e re a zo o chom e tiez-pri, o deus o diazez er poultr, hag a vez bruzunet evel ur preńvig!

20  A vintin da noz ez int distrujet, hep den d'ober van, e kouezhont evit biken.

21  O c'hordenn a zo troc'het, mervel a reont hep bezań bet fur.

 

Pennad 5

1  Galv bremań! Hag e vefe unan bennak da respont dit? Etrezek pehini eus ar sent e troi?

2  Ar vuanegezh a lazh an diskiant, an desped a laka ar sod da vervel.

3  Gwelet em eus an diskiant o wriziennań, met milliget em eus buan e chomlec'h.

4  E vibien a zo pell eus pep sikour, friket int e-kichen an nor, ha den n'o dieub.

5  E eost a zo debret gant an ezhommeg, a-dreuz ar spern zoken eo tapet, al laer a lonk e vadoł.

6  An enkrez ne zeu ket eus ar boultrenn, hag ar boan ne ziwan ket eus an douar,

7  met an den a zo ganet evit ar boan, evel ar fulennoł evit nijal d'an nec'h.

8  Me a bedfe Doue, hag e tisplegfen va c'haoz da Zoue.

9  Eń a ra traoł bras na c'heller ket furchal, burzhudoł na c'heller ket niveriń.

10  Eń a ro ar glav war-c'horre an douar, hag a gas an doureier war ar parkoł.

11  Eń a laka uhel ar re uvel, hag a sav e krec'h an eürusted ar re c'hlac'haret.

12  Eń a gas da netra divizoł an dud fall, hag o daouarn ne zeuont a-benn da netra.

13  Eń a dap ar re fur en o gwidre, ha c'hoantoł ar re zrouk a zo diskaret,

14  war an deiz e kavont an deńvalijenn, hag e kerzhont a-dastorn da greisteiz evel da noz.

15  Eń a savete ar paour eus ar c'hleze, hag eus o genoł, hag eus dorn an hini galloudek.

16  Bez' ez eus esperańs evit ar reuzeudig, hag an direizhder a zo serret e c'henoł.

17  Setu, eürus an den kastizet gant Doue! Na zispriz ket kastiz an Holl-C'halloudeg.

18  Rak eń a ra ar gouli, hag a lien; gloazań a ra hag e zaouarn a bare.

19  Eus c'hwec'h anken e tieubo ac'hanout, ha d'ar seizhvet an droug ne stoko ket ouzhit.

20  En amzer an naonegezh e warezo ac'hanout diouzh ar marv, en amzer ar brezel diouzh lavnenn ar c'hleze.

21  Kuzhet e vi diouzh gwalenn an teod, ne'z po ket aon rak ar glac'har pa zeuio.

22  C’hoarzhin a ri e-pad an distruj hag an naonegezh, ha ne'z po ket aon rak loened an douar.

23  Rak ez po un emglev gant mein ar parkeier, ha loened ar parkeier a vo e peoc'h ganit.

24  Hag e weli da deltenn e peoc'h, gweladenniń a ri da beurvanoł ha netra ne vanko dit.

25  Hag e weli da lignez o kreskiń, ha da ziskennidi o liesaat evel geot an douar.

26  Mont a ri darev er bez, evel ur malan ed a zouger en e amzer.

27  Setu, eveshaet hon eus ouzh an dra: evel-se emań. Selaou ha tenn da vad.

 

Pennad 6

Respont kentań Job

1  Job a gomzas o lavarout:

2  O! Ma vefe pouezataet va glac'har, ma vefe lakaet va foanioł a-gevret er valańs!

3  Pounneroc'h eget traezh ar mor e vefent! Setu perak eo diskiant va c'homzoł.

4  Biroł an Holl-C'halloudeg a zo ennon, va spered a ev o binim, spontoł Doue en em renk a-enep din.

5  An azen gouez, ha breugiń a ra p'en deus geot? An ejen, ha blźjal a ra p'en deus boued?

6  Hag e vez debret hep holen ar pezh a zo goular? Ha kavet eo blaz e gwenn ur vi?

7  An traoł na fell ket da'm ene stekiń outo, a zo deuet va boued ken dońjerus.

8  Ra vo sevenet va gouestl, ha Doue reiń din ar pezh a c'hortozan.

9  Ra blijo gant Doue va distrujań, ra lezo e zorn da vont da'm falc'hat!

10  Hag em bo ur frealz, e-kreiz ar poanioł n'espern ket ac'hanon em bo un abeg a levenez: ne'm eus ket dianzavet komzoł ar Sant.

11  Peseurt nerzh am eus evit esperout? Peseurt diwezh e vo va hini evit pasiantiń?

12  Va nerzh, ha bez' eo nerzh ar vein? Va c'hig, ha bez' eo en arem?

13  Ha n'on ket hep sikour? Ha n'eo ket lamet diganin pep skoazell?

14  Ar reuzeudig en deus gwir da druez e vignon, zoken pa en defe dilezet doujańs an Holl-C'halloudeg.

15  Va breudeur o deus touellet ac'hanon evel ur froud, evel naoz an dourredennoł o tremen;

16  teńvalaet int gant ar skornennoł, an erc'h oc'h en em verniań warno;

17  steuziań a reont pa zeu da vezań tomm an amzer, o vont diwar wel dindan ar wrez.

18  Ar strolladoł a ziank diouzh o hent, pignat a reont er gouelec'h hag en em gollont.

19  Strolladoł Tema a sell outo, beajourien Seba a zo en gortoz anezho.

20  Mezhek int da vezań bet fiziańs, droukvesket int pa erruont.

21  Evel-se ez oc'h din bremań, gwelet hoc'h eus va diskar hag hoc'h eus aon razań.

22  Ha lavaret em eus: Roit din? Eus ho madoł grit profoł din?

23  Va dieubit eus dorn an enebour? Va dasprenit eus dorn ar re zrouk?

24  Va c'helennit hag e chomin peoc'h. Roit din da anavezout e petra em eus dianket.

25  Pegen nerzhus eo komzoł gwirion! Petra a fell d'ho kroz krozal?

26  Hag e vefe gźrioł a fell deoc'h krozal? Ret eo reiń d'an avel komzoł un den dizesperet.

27  War un emzivad en em daolfec'h, hag ho mignon a doullfec'h.

28  Met bremań, mar plij, sellit ouzhin: daoust hag e lavarin gevier dirazoc'h?

29  Distroit, na vezit ket direizh! Distroit, anzavit ez on didamall!

30  Hag ez eus direizhder war va zeod? Ha ne oar ket santout an droug va staoń?

 

Pennad 7

1  An den, ha ne ra ket ur servij-soudard war an douar? E zeizioł, ha n'int ket evel re ur goprad?

2  Evel ar sklav a hiraezh d'ar skeud, evel ar goprad a c'hortoz e bae,

3  evel-se em eus bet da hźrezh mizioł aner, hag eo roet din nozvezhioł a boan.

4  Mard on gourvezet e lavaran: Pegoulz e savin? Pegoulz e vo echuet an noz? Hag em eus va gwalc'h a nec'hamantoł betek ar gouloł-deiz.

5  Va c'hig a zo goloet a breńved hag a drouskenn boultr, va c'hroc'hen a skalf hag a ziskarg.

6  Va deizioł o deus tremenet skańvoc'h eget ar vulzun eus ur gwiader, hag a zo echu hep esperańs.

7  Dalc'h sońj n'eo va buhez nemet ur c'hwezhadenn, ha n'adwelo ken va lagad an eürusted.

8  Al lagad am gwele ne sello ken ouzhin. Da zaoulagad a zo warnon, ha ne vin ken.

9  Ar goabrenn a steuz hag a ya kuit, evel-se an hini a ziskenn da lec'h ar marv ne adsavo ken.

10  Ne zistroio ken d'e di, hag e gźr n'anavezo ken anezhań.

11  Setu perak ne zalc'hin ken va genoł, komz a rin en anken va spered, klemm a rin e c'hwervded va ene.

12  Daoust hag ez on ur mor, pe ur balum, ma lakaez en-dro din ur gward?

13  Pa lavaran: Va gwele am dic'hlac'haro, va gwelead am diboanio eus va c'hlemm,

14  neuze e spontez ac'hanon dre huńvreoł, hag e spouronez ac'hanon dre weledigezhioł.

15  Setu perak e vefe gwelloc'h da'm ene tagań, ha mervel kentoc'h eget mirout va eskern.

16  Skuizh on... Ne vevin ket da viken. Pella diouzhin, rak n'eo nemet ur c'hwezhadenn va deizioł.

17  Petra eo an den evit ma rafes kement a van outań, evit ma taolfes evezh outań,

18  evit m'en gweladennfes bep mintin, evit m'en amproufes hep paouez?

19  Betek pegoulz e talc'hi da sellout ouzhin? Ha na'm lezi ket da lonkań va halv?

20  Pec'het em eus, petra a rin dit, o gedour an dud? Perak ec'h eus va lakaet da wenn evit da viroł? Perak ez on ur samm din va-unan?

21  Perak ne zilamez ket va fazi ha ne dremenfes ket a-us da'm direizhder? Rak ez an bremań da c'hourvez er poultr; va c'hlask a ri ha ne vin ken.

 

Pennad 8

Prezegenn gentań Bildad

1  Neuze, Bildad eus Shuak a gomzas o lavarout:

2  Betek pegoulz e komzi evel-se, hag e vo komzoł da c'henoł heńvel ouzh un avel diroll?

3  Doue, hag e tiskarfe ar varnedigezh? An Holl-C'halloudeg, hag e tiskarfe ar reizhder?

4  Mar o deus da vibien pec'het a-enep dezhań, eń en deus o deroet da c'halloud o zorfed.

5  Met mar klaskez Doue, mar goulennez trugarez digant an Holl-C'halloudeg,

6  mard out glan ha reizh, a-dra-sur ec'h eveshaio warnout, hag ec'h adsavo ti da reizhder.

7  Da zeroł a vo bet nebeut a dra, met da ziwezh a vo bras-meurbet.

8  Goulenn digant ar rummadoł a-ziagent, hag en em stag d'ober enklask diwar o zadoł,

9  rak ni a zo abaoe dec'h ha n'ouzomp netra, hon deizioł war an douar a zo evel ur skeud.

10  Int, ha ne gelennint ket ac'hanout? Ha ne gomzint ket ouzhit? Ha ne dennint ket eus o c'halon ar c'homzoł-mań:

11  Ar c'horz, hag e kresk hep palud? Ar broenn, hag e vount hep dour?

12  C'hoazh en he glasvez hag hep bezań kutuilhet, ez eo sec'h a-raok an holl c'heot.

13  Evel-se eo hentoł an holl re a ankounac'ha Doue; esperańs an den dizoue a yelo da get.

14  E fiziańs a vo torret, hag e surentez a vo ur gwiad-kevnid.

15  Harpań a raio war e di, ha ne zalc'ho ket, pegań a raio ennań, he ne chomo ket en e sav.

16  Eń a zo leun a nerzh dirak an heol, e skourroł a vount dreist e liorzh,

17  e wrizioł a luzi war vernioł mein, mont a ra dre frailh ar voger,

18  ha ma vez tennet eus e lec'h, hemań a nac'h anezhań: Ne'm eus ket da anavezet!

19  Setu al levenez en deus eus e hent, ha reoł all war e lerc'h a ziwano eus ar poultr.

20  Setu, Doue ne daol ket kuit an den eeun, met ne vo ket dorn-ha-dorn gant ar re zrouk.

21  Leuniań a raio c'hoazh da c'henoł a c'hoarzhoł, ha da vuzelloł a ganaouennoł laouen.

22  Ar re a gasa ac'hanout a vo gwisket a vezh, ha teltenn ar re zrouk ne vo ken.

 

Pennad 9

Eil respont Job

1  Job a gomzas o lavarout:

2  A-dra-sur ec'h ouzon ez eo evel-se: Penaos e vefe reizh an den dirak Doue?

3  Mar fell dezhań breutaat gantań, ne c'hello ket respont dezhań ur wech war vil.

4  Fur eo e galon ha kreńv e c'halloud. Piv en deus stourmet outań hag a zo en em gavet ervat?

5  Dilec'hiań a ra ar menezioł, hag int n'ouzont ket, o eilpennań a ra en e fulor.

6  Hejań a ra an douar war e ziazez, hag e beulioł a zo brańsellet.

7  Komz a ra ouzh an heol, ha ne sav ket. Lakaat a ra ur siell war ar stered.

8  E-unan ec'h astenn an neńvoł, hag e kerzh war goummoł ar mor.

9  Graet en deus ar C'harr-kamm Bras, an Orion, ar Yarad-pońsined ha stered ar c'hreisteiz.

10  Ober a ra traoł bras na c'heller ket furchal, burzhudoł na c'heller ket niveriń.

11  Setu e tremen em c'hichen, ha ne welan ket anezhań, tremen a ra c'hoazh, ha ne verzan ket anezhań.

12  Mar dilam, piv a raio dezhań reiń en-dro? Piv a lavaro dezhań: Petra a rez?

13  Doue ne zistro ket diwar e gounnar, dindanań eo diskaret skoazellerien al lorc'h.

14  Pegement nebeutoc'h e c'hellfen-me respont dezhań, ha dibab gźrioł evit komz outań!

15  Pa vefen reizh, ne respontin ket dezhań, goulenn a rin trugarez digant va barner!

16  Ma c'halvfen anezhań ha ma respontfen din, ne gredfen ket e fellfe dezhań selaou va mouezh,

17  eń hag a gouezh warnon en ur barrad-amzer, hag a gresk va goulioł hep abeg,

18  eń na lez ket ac'hanon da adkemer anal, met am leugn a c'hwervoni.

19  Diwar-benn ar galloud: kreńv-kenań eo! Diwar-benn ar varnedigezh: piv a desto?

20  Ma en em reishaan, va genoł am c'hondaono; ma en em sońjan didamall, em disklźrio kablus.

21  Hag e vefen didamall? Ne fell ket din bevań, ne ran van ebet ouzh va buhez.

22  En hevelep doare, a lavaran e tistruj an didamall hag ar fallakr.

23  Pa deu ur walenn vuan da skuilhań ar marv, e ra goap ouzh poanioł ar re zidamall.

24  An douar a zo lakaet etre daouarn ar re zrouk. Eń eo a c'holo daoulagad ar re a varn; ma n'eo ket eń, piv eo?

25  Va deizioł a zo aet buanoc'h eget ur reder, hag e tec'hont hep bezań gwelet an eürusted.

26  Tremen a reont evel bagoł broen, evel un erer a gouezh war e breizh.

27  Mar lavaran: Fellout a ra din ankounac'haat va c'hlemm, dilezel va zristidigezh, adkavout kalon,

28  ez on spouronet gant va holl c'hlac'har, gouzout a ran ne vin ket didamall evidout.

29  Me a zo kondaonet, perak e labourin en aner?

30  Pa en em walc'hfen gant dour erc'h, pa naetafen va daouarn gant soavon,

31  e soubfes ac'hanon er poull, ha va dilhad o defe euzh ouzhin.

32  Rak n'eo ket un den eveldon evit ma c'hellfen respont dezhań, evit ma'z afemp asambles d'al lez-varn.

33  N'eus tredeog ebet etrezomp, a lakafe e zorn warnomp hon daou.

34  Ra lamo e wialenn diwarnon, ra ne'm spourono ken ar spont anezhań!

35  Neuze e komzin outań hep aon, rak er stad m'en em gavan, n'on ket din.

 

Pennad 10

1  Aet eo skuizh va ene gant ar vuhez, lezel a rin va c'hlemm da vont, komz a rin e c'hwervoni va ene.

2  Lavarout a rin da Zoue: Na'm c'hondaon ket, ro din da c'houzout perak ez out em enep.

3  Daoust hag e plij dit gwaskań, o tisprizań labour da zaouarn hag o splannań mennad ar re zrouk?

4  Hag ec'h eus daoulagad kig? Hag e welez evel ma wel un den?

5  Da zeizioł, hag ez int evel deizioł an den? Da vloazioł, hag ez int evel deizioł an den,

6  evit ma rafes furchadenn war va direizhder hag enklask war va fec'hed?

7  Gouzout a rez n'on ket kablus, ha den ne c'hell va lemel eus da zorn.

8  Da zaouarn o deus va graet, va stummet a-grenn... Hag em distrujfes!

9  Az pez sońj ec'h eus va stummet evel pri; hag em lakafes da vont en-dro d'ar poultr?

10  Ha ne'c'h eus ket va linket evel laezh, va c'haouledet evel fourmaj?

11  Va goloet ec'h eus a groc'hen hag a gig, va gwiadet gant eskern ha nervennoł.

12  Roet ec'h eus din buhez ha trugarez, ha da brederioł o deus diwallet va spered.

13  Ha setu amań an traoł a vires din ez kalon! Gouzout a ran e oant ganit.

14  Mar pec'han, e welez, ha ne bardonez ket din va direizhder.

15  Mard on drouk, gwalleur din! Mard on reizh, ne savan ket va fenn, leuniet a vezh ha prederek em enkrezioł.

16  Hag ez eont war-gresk! Va chaseal a rez evel ul leon, hag adarre e kreskes da vurzhudoł em enep.

17  Nevesaat a rez da destoł a-enep din, ha liesaat da fulor em c'heńver. Bagadoł nevez a zeu a-enep din.

18  Perak ec'h eus va zennet eus ar mammog? Marvet e vijen, lagad ebet n'en dije va gwelet!

19  Bez' e vijen evel na vijen ket bet, douget e vijen bet eus ar mammog d'ar bez!

20  Va deizioł, ha n'int ket berr? Ehan ha va lez, ma vin frealzet un nebeud,

21  a-raok ma'z in kuit hep distreiń, da vro an deńvalijenn ha skeud ar marv,

22  douar teńval evel an noz, e-lec'h m'emań skeud ar marv hep urzh ebet, hag e-lec'h m'eo ar sklźrijenn evel an noz.

 

Pennad 11

Prezegenn gentań Zofar

1  Neuze, Zofar eus Naama a gomzas o lavarout:

2  Ha ne vo ket respontet da gement a gomzoł? Hag a-walc'h eo bezań ur c'homzer kaer evit ma vefe ar gwir ganit?

3  Da gomzoł aner, hag e raint d'an dud tevel? Ha goap a ri hep ma vo den a raio mezh dit?

4  Lavaret ec'h eus: Va c'helennadurezh a zo glan, ha dinamm on dirak da zaoulagad.

5  Met me a garfe e komzfe Doue, hag e tigorfe e c'henoł evit respont dit,

6  hag e tiskouezfe dit traoł kuzhet e furnez, a zo doubl en anaoudegezh; hag e c'houfes ec'h ankounac'ha Doue ul lod eus da zireizhder.

7  Hag e kavi fońs sońjoł Doue? Hag ec'h anavezi penn-da-benn an Holl-C'halloudeg?

8  Uhelder an neńvoł eo, petra a ri? Donoc'h eget lec'h ar marv eo, penaos ec'h anavezi?

9  E vuzul a zo hiroc'h eget an douar, ledanoc'h eget ar mor.

10  Mar tremen, mar krog, mar dastum, piv a harzo outań?

11  Rak eń a anavez an dud gwidreüs; ha pa wel an droug, ha ne raio ket van?

12  Met an den gollo a boell a zeu da vezań skiantek, petra bennak ma oa evel ebeul un azenez p'eo bet ganet.

13  Mar lakaez prest da galon, mar astennez da zaouarn etrezek ennań,

14  mar pellaez an direizhder a zo ez taouarn, ma ne lez ket an drougiezh da chom ez teltenn,

15  neuze a-dra-sur e savi da zremm dinamm, startaet e vi ha na'z po ket aon,

16  disońjal a ri da boanioł, sońj az po anezho evel eus dour tremenet.

17  Da vuhez a savo lugernusoc'h eget ar c'hreisteiz, da zeńvalijenn zoken a vo evel ar beure.

18  Hag e vi leun a fiziańs rak e vo esperańs; klask a ri en-dro dit hag ez i da c'hourvez e surentez.

19  En em astenn a ri ez aes, den ne sponto ac'hanout, kalz a dud a raio al lez dit.

20  Met daoulagad ar re zrouk a vo kuzumet, pep tec'h a vo kollet evito, rentań o ene a vo o esperańs.

 

Pennad 12

Trede respont Job

1  Job a gomzas o lavarout:

2  E gwirionez ez oc'h ur bobl a-bezh, ganeoc'h e varvo ar furnez.

3  Skiant am eus eveldoc'h, n'on ket izeloc'h egedoc'h; piv ne oar ket an traoł-se?

4  Ur c'hoapadenn evit e vignoned ez on-me, un den a c'halv Doue hag e respont dezhań... Ur c'hoapadenn hoc'h eus graet eus un den reizh hag eeun!

5  Dispriz d'ar gwalleur! evel-se emań sońj ar re eürus. An dispriz a zo lakaet a-du evit ar re a vrańsell o zroad.

6  E peoc'h emań teltennoł al laeron, ar surentez a zo evit ar re a hegas Doue, ar re a ra un doue eus o daouarn.

7  Goulenn eta digant al loened, da gelenn a raint, digant laboused an neńv, disklźriań a raint dit;

8  komz ouzh an douar, da gelenn a raio, pesked ar mor a lavaro dit.

9  Piv ne oar, e-touez an holl re-se, ez eo dorn an AOTROU en deus graet-se?

10  Derc'hel a ra en e zorn ene an holl re vev ha spered pep kig den.

11  Ar skouarn, ha ne verz ket ar gerioł evel ma c'hell ar staoń tańva ar boued?

12  Ar furnez a zo gant ar re gozh, ar meiz eo frouezh an deizioł hir.

13  Gantań emań ar furnez hag an nerzh, dezhań eo ar c'huzul hag ar meiz.

14  Setu e tiskar ha n'adsaver ket, ha pa brenn war unan bennak, ne zigorer ket.

15  Setu e harz ouzh an doureier hag e tisec'hont, ha ma laosk anezho ec'h eilpennont an douar.

16  Gantań emań ar galloud hag ar furnez, dezhań eo an hini touellet hag an toueller.

17  Ober a ra d'ar guzulierien kerzhout diarc'hen, hag e laka ar varnerien da vezań diskiant.

18  Diliammań a ra gouriz ar rouaned, hag ec'h ere o divgroazell gant ar gordenn.

19  Ober a ra d'an aberzhourien kerzhout diarc'hen, hag e tiskar ar c'halloudeien.

20  Lemel a ra ar gomz digant ar re disaouzan, hag e tiberc'henn ar re gozh diouzh o skiant.

21  Skuilhań a ra an dispriz war ar brińsed, hag e tiere gouriz ar c'halloudeien.

22  Lakaat a ra war wel an donderioł kuzhet en deńvalijenn, hag e tegas d'ar sklaerder skeud ar marv.

23  Kreskiń a ra ar broadoł hag e koll anezho, astenn a ra ar broadoł hag o degas en-dro e-barzh o harzoł.

24  Lemel a ra kalon digant pennoł pobloł an douar, hag o laka da gantreal en ur gouelec'h hep hent.

25  Mont a reont a-dastorn en deńvalijenn hep gouloł, hag o laka da horjellań evel tud mezv.

 

Pennad 13

1  Setu, va lagad en deus gwelet kement-se holl, va skouarn he deus henn klevet ha komprenet.

2  C'hwi a oar, ha me a oar ivez. N'on ket izeloc'h egedoc'h.

3  Met e komzin ouzh an Holl-C'halloudeg, hag e fell din breutaat dirak Doue.

4  C'hwi a liv gevier, hag ez oc'h holl medisined didalvoud.

5  Ra chomot sioul! Ra vo-se ho furnez.

6  Selaouit eta va rebechoł, bezit evezhiek ouzh respont va muzelloł.

7  Daoust hag e lavarot komzoł direizh e-keńver Doue, hag e rannot gerioł touellus en e geńver?

8  Daoust hag e savit anezhań, hag e vreutait evit Doue?

9  Ha mat ez afe ganeoc'h ma furchfe ac'hanoc'h? Evel ma toueller un den, hag e touellfec'h anezhań?

10  A-dra-sur e tamallo ac'hanoc'h, ha pa savit anezhań e-kuzh.

11  E veurded, ha n'ho spourono ket? E spont, ha ne gouezho ket warnoc'h?

12  Ho menegoł a zo gerioł ludu, ho tifennoł a zo difennoł pri.

13  Chomit peoc'h dirazon, ma komzin! Ra c'hoarvezo ganin ar pezh a c'hoarvezo.

14  Perak e kemerfen va c'hig etre va dent hag e lakafen va ene etre va daouarn?

15  Ha pa lazhfe ac'hanon, ennań em befe esperańs, hag e talc'hfen va hentoł dirazań.

16  Ha kement-se a drofe e silvidigezh din, met un den dizoue ne zeuio ket dirazań.

17  Selaouit, selaouit va c'homzoł, roit ho skouarn d'ar pezh a zisklźrian deoc'h.

18  Setu em eus urzhiet va c'haoz, hag ec'h ouzon e vin reishaet.

19  Piv a vreutaio em enep? Mar tavan e varvin.

20  Ro daou dra din hepken, ha ne guzhin ket dirazout:

21  Pella da zorn diwarnon, ha na spouron ket ac'hanon gant da spont.

22  Neuze, galv hag e respontin, pe e komzin hag e responti.

23  Pegement a zireizhderioł hag a bec'hedoł am eus graet? Ro din da anavezout va drougoberoł ha va fec'hed.

24  Perak e kuzhez da zremm, hag e kontez ac'hanon evel da enebour?

25  Daoust hag e fell dit spontań un delienn kaset gant an avel, redek war-lerc'h ur blouzenn sec'h?

26  Rak e skrivez em enep traoł c'hwerv, va lakaez da zougen pec'hedoł va yaouankiz,

27  en hualoł e lakaez va zreid, ouzh va holl hentoł ec'h eveshaez, un harz a verkez en-dro da seulioł va zreid.

28  Emań o kouezhań an hini a zistrujez evel koad brein, evel ur vantell debret gant an tagn.

 

Pennad 14

1  An den, ganet gant ar vaouez, a vev nebeud a amzer, hag en deus trubuilhoł e-leizh.

2  Evel ur vleunienn e tifluk hag eo troc'het; evel ur skeud e tec'h ha ne bad ket.

3  Ha war unan evel-se e tigorez da zaoulagad, me eo a gasez dirak al lez-varn ganit.

4  Piv a c'hello tennań ar c'hlanded eus unan hudur? Den ne c'hello.

5  Mard eo merket e zeizioł, niveret e vizioł dirazout, lakaet harzoł dezhań na dremeno ket,

6  distro da selloł dioutań, m'en devo diskuizh, betek ma'c'h echuo e zevezh evel ur goprad.

7  Esperańs ez eus evit ur wezenn pa vez troc'het, ec'h advounto hag e roio broustennoł c'hoazh.

8  Daoust ma kosha en douar he gwrizienn, ha ma'z eo marvet er poultr he c'hef,

9  adalek ma sant an dour, e vount a-nevez hag e ro skourroł evel ur blantenn yaouank.

10  Met pa varv an den, e chom dic'halloud; p'en deus rentet e analad diwezhań, pelec'h emań?

11  Doureier ar mor a ya da aezhenn, ar stźr a ya da hesk hag a zisec'h,

12  an den en em c'hourvez ha n'adsav ken. Betek na vo ken a neńvoł, ne zihunint ket ha ned aint ket er-maez eus o c'housk.

13  O! Ma kuzhfes ac'hanon e lec'h ar marv, ma c'holofes ac'hanon betek ma vo tremenet da gounnar, ma rofes din un termen, evidout kaout sońj ac'hanon.

14  Mar marv un den, daoust hag ec'h advevo? E-pad holl zeizioł va stourm e c'hortozin, ken na zeufe va c'hemmadenn.

15  Galv hag e respontin, hag e c'hoantai labour da zaouarn.

16  Bremań e niverez va c'hammedoł hag ec'h eveshaez ouzh va fec'hedoł.

17  Va disentidigezh a zo siellet en ur sac'h, va direizhder a wriez.

18  A-dra-sur ar menez a ruilh en ur gouezhań, ar roc'h a zo kaset eus e lec'h,

19  ar vein a zo friket gant an doureier, poultr an douar a zo stlejet gant an dic'hlann, evel-se e kasez da get esperańs an den.

20  E vestroniań a ra dibaouez, hag ez a kuit. Cheńch a rez e zremm, hag en kasez pell.

21  Ma vo enoret e vibien, ne ouezo ket, ma vint disprizet, n'eveshaio ket outo.

22  Met evitań hepken eo glac'har e gig, hag evitań hepken eo klemmvan e ene.

 

Pennad 15

Eil prezegenn Elifaz

1  Neuze, Elifaz eus Teman a gomzas o lavarout:

2  Daoust hag e respont ar fur gant ur skiant kańv evel an avel? Daoust hag e leugn e gof gant avel-reter?

3  Daoust hag e tispleg komzoł didalvez ha lavarioł na servijont da netra?

4  Muioc'h c'hoazh e kasez da netra an doujańs-Doue, ha da get ar bedenn a ya da Zoue.

5  Da zireizhder a ra da'z kenoł komz, dibabet ec'h eus yezh ar re douellus.

6  Da c'henoł a varn ac'hanout, n'eo ket me, da vuzelloł a zoug testeni a-enep dit.

7  Ha te eo ar c'hentań ganet e-touez an dud? Ha krouet e oas a-raok ar menezioł?

8  Ha klevet ec'h eus komzoł kuzul Doue? Hag e vevennez ar furnez ouzhit-te da-unan?

9  Petra a c'houzout ha n'ouzomp ket? Peseurt anaoudegezh ac'h eus ha n'hon eus ket?

10  Bez' ez eus ivez e-touez ac'hanomp blev gwenn ha tud oadet, pinvidikoc'h a zeizioł eget da dad.

11  Ha nebeud a dra eo evidout frealzidigezhioł Doue, ha gerioł lavaret gant douster?

12  Perak ez a droug ez kalon? Perak e wilc'h da zaoulagad?

13  A-enep Doue eo, e tistroez da gounnar hag e lakaez komzoł evel-se da zont er-maez eus da c'henoł?

14  Petra eo an den evit ma vefe glan, an hini ganet gant ar vaouez evit ma vefe reizh?

15  Setu Doue ne fizi ket en e sent, an neńvoł n'int ket glan dirak e zaoulagad,

16  ha pegement muioc'h eo euzhus ha saotret an den a ev an direizhder evel dour?

17  Da genteliań a rin, selaou ouzhin! Kontań a rin ar pezh am eus gwelet,

18  ar pezh o deus disklźriet ar furien, ar pezh n'o deus ket kuzhet, ar pezh o deus degemeret a-berzh o zadoł.

19  Dezho o-unan e oa bet roet ar vro, diavaeziad ebet ne dremene en o zouez.

20  E-pad e vuhez eo trubuilhet an den drouk, un niver a vloavezhioł a zo miret d'an den taer,

21  trouzoł spontus a leugn e zivskouarn, e-kreiz ar peoc'h e teu an distrujer warnań.

22  Ne gred ket e c'hello tec'hout diouzh an deńvalijenn, met e wel ar c'hleze a sell outań.

23  Redek a ra amań hag ahont o klask e vara. Pelec'h emań? Gouzout a ra eo deiz an deńvalijenn kempennet evitań.

24  An anken hag an enkrez a spouron anezhań, gwasket eo ganto evel gant ur roue prest da vont d'an emgann,

25  rak e sav e zorn a-enep Doue, hag en em sav a-enep an Holl-C'halloudeg.

26  Redek a ra d'e gavout gant lorc'h, dindan kein tev e skoedoł.

27  Goloet en deus e zremm gant al lard, hag an druzoni en em zastum war e gostezioł.

28  Emań o chom e kźrioł distrujet, e tiez didud prest da zont da vezań bernioł mein.

29  Ne binvidikaio ket, e beadra ne bado ket, e dalc'hoł n'en em astenno ket war an douar.

30  Ne c'hello ket tec'hout diouzh an deńvalijenn, ar flammenn a zisec'ho e vroustennoł, mont a raio kuit gant c'hwezh e c'henoł.

31  Mar fizi en avel e tiheńch, rak an avel a vo e c'hopr.

32  A-raok e goulz e vo kaset da get, e skourroł n'adc'hlazo ken.

33  Diframmet e vo e frouezh pa n'int ket darev evel re ur winienn, taolet kuit e vo e vleunioł evel re un olivezenn.

34  Strollad an dud dizoue a vo difrouezh, an tan a lonko teltennoł ar re vreinet.

35  Końseviń a reont ar boan hag e c'hanont an droug, o c'hof a gempenn touell.

 

Pennad 16

Pevare respont Job

1  Job a gomzas o lavarout:

2  Alies em eus klevet traoł evel-se. Frealzerien fall ez oc'h holl.

3  Hag e vo un diwezh d'ar c'homzoł aner-se? Petra a zegas ac'hanout da respont evel-se?

4  Hag e komzfen eveldoc'h, ma vefec'h em lec'h? Ha berniań a rafen komzoł a-enep deoc'h? Hag hejań a rafen va fenn warnoc'h?

5  Ho nerzhań a rafen gant va genoł, ha fińvadenn va muzelloł ho tinec'hfe.

6  Mar komzan, va foan ne baouezo ket, ha mar tavan, ne vo ket nebeutaet.

7  Bremań en deus va disec'het. Gwastet ec'h eus va holl dud,

8  va c'hrizennoł a ro testeni em enep, va zreuter a sav a-enep din, va zamall a ra em dremm.

9  E gounnar he deus va roget en ur stourm ouzhin, grigońsat a ra e zent warnon, va enebour a lemm a-enep din e zaoulagad.

10  Warnon o deus digoret o genoł, skoet o deus war va divjod evit va dismegańsiń, en em zastum a reont holl a-gevret em enep.

11  Doue en deus va lakaet etre daouarn an dud direizh, va zaolet etre daouarn ar re zrouk.

12  En diskuizh e oan hag en deus va bruzunet, kroget en deus em gouzoug ha brevet ac'hanon, va lakaet da wenn evit e viroł.

13  E waregerien a zo en-dro din, toullań a reont va lounezhi ha n'espernont ket ac'hanon, teurel a ra va bestl d'an douar.

14  Va freuzań a ra gant freuz war freuz, redek a ra warnon evel ur brezelour.

15  Gwriet em eus ur sac'h war va c'hroc'hen, lakaet em eus va fenn er poultr.

16  Va dremm a zo koeńvet gant an daeroł, emań skeud ar marv war va malvennoł,

17  ha koulskoude n'eus torfed ebet em daouarn, ha glan eo va fedenn.

18  O douar, na c'holo ket va gwad! Ra ne vo lec'h ebet evit derc'hel va c'hriadenn.

19  Ha bremań, setu, va zest a zo en neńv, va diwaller el lec'hioł uhelań.

20  Va mignoned a ra goap ouzhin, etrezek Doue eo e tro va daoulagad en ur ouelań.

21  Ra vreutaio unan bennak evit an den e-kichen Doue, evel ma vreuta un den evit e amezeg.

22  Rak ar bloavezhioł a zo niveret din hag e tec'hont; mont a ran war an hent hep distro.

 

Pennad 17

1  Va spered a vank, va deizioł a zo mouget, ar bez am gortoz.

2  Bez' ez eus goapaerien en-dro din, va lagad a veilh e-kreiz o dismegańsoł.

3  Laka da-unan ur c'hred, bez va gwarant ez-kichen. Piv a donkfe em dorn?

4  Rak serret ec'h eus o c'halon ouzh ar skiant, setu perak ne savi ket anezho.

5  Un den a ro e vignoned d'an diwisk, ha daoulagad e vugale a vo kuzumet.

6  Graet en deus ac'hanon mojenn ar pobloł, unan a vez skopet ouzh e zremm.

7  Va lagad a zo teńvalaet gant ar glac'har, va holl izili a zo evel ur skeud.

8  An dud eeun a vo mantret, an hini didamall en em sav a-enep an den fall.

9  Met an den reizh a gendalc'ho gant e hent, hag an hini glan e zaouarn a greńvaio muioc'h-muiań.

10  Met c'hwi holl, distroit, deuit adarre! Ne gavin ket un den fur en ho touez.

11  Va deizioł a zo tremenet, va mennadoł, karet gant va c'halon, a zo kaset da get.

12  Troet eo an noz da zeiz; ar sklźrijenn a zo tost dirak an deńvalijenn.

13  Pa c'hortozan lec'h ar marv evit chomlec'h, pa gempennan va gwele en deńvalijenn,

14  pa grian d'ar bez: Te eo va zad! ha d'ar preńved: C'hwi eo va mamm ha va c'hoar!

15  pelec'h eta emań va esperańs? Ha va esperańs, piv a c'hell he gwelout?

16  Diskenn a raio ouzh dorioł lec'h ar marv, pa'z aimp a-unvan da ziskuizhań er poultr.

 

Pennad 18

Eil prezegenn Bildad

1  Neuze, Bildad eus Shuak a gomzas o lavarout:

2  Pegoulz e lakaiot termen d'ar c'homzoł-se? Komprenit, hag e komzimp.

3  Perak ez omp sellet evel loened, hag ez omp diboell d'ho taoulagad?

4  Te hag en em ziframm da-unan ez fulor: An douar, hag e vo dilezet en abeg dit? Ar roc'h, hag e vo taolet er-maez eus he lec'h?

5  Ya, sklźrijenn an den drouk a vo mouget, flammenn e dan ne lugerno ket.

6  Ar gouloł a vo teńvalaet en e deltenn, e lamp a vo mouget dreistań.

7  E gammedoł ken galloudek a barcho, e zivizoł o-unan en diskaro.

8  Tapet e vo er roued dre e dreid, war ar stign e kerzho.

9  An antell a grogo en e seul, ar griped a skrapo anezhań.

10  Ar gordenn a zo kuzhet evitań en douar, emań an trap war e hent.

11  Ar spouronoł a sezizo anezhań a bep tu, war-lerc'h e dreid e redint.

12  E nerzh a vo marnaoniet, ar glac'har en em zalc'ho en e gichen.

13  E groc'hen a vo debret a-dammoł, ar c'hentań-ganet eus ar marv a zebro e dammoł.

14  Diframmet e vo eus e deltenn, lec'h e fiziańs, degaset e vo da roue ar spontoł.

15  An hini n'eo ket dezhań a vo o chom en e deltenn, soufr a vo skuilhet war e gźr.

16  En traoń e sec'ho e wrizioł, en nec'h e vo troc'het e vrankoł.

17  E eńvor a dec'ho kuit a-ziwar an douar, e anv ne vo ken meneget war ar plasennoł.

18  Kaset e vo eus ar sklźrijenn d'an deńvalijenn, bountet e vo er-maez eus ar bed.

19  N'en devo na lignez na rumm e-touez e bobl, den ne vevo war e lerc'h en e chomlec'hioł.

20  Ar re deuet en e c'houde a vo souezhet eus deiz e zistruj, ar re deuet a-raok a vo karget a spont.

21  Setu aze chomadur an den fallakr, evel-se eo lec'h an hini n'anavez ket Doue.

 

Pennad 19

Pempvet respont Job

1  Job a gomzas o lavarout:

2  Betek pegoulz e c'hlac'harot va ene, hag am bec'hiot a gomzoł?

3  Dek wech dija hoc'h eus graet dismegańs din. Ha n'hoc'h eus ket mezh da'm gwallgas?

4  E gwirionez mar em eus faziet, va fazi a chom ganin.

5  E gwirionez mar en em savit a-enep din, mar rebechit din an dismegańs m'en em gavan enni,

6  anavezit eta eo Doue a ziskar ac'hanon, hag en deus astennet e roued en-dro din.

7  Setu e krian d'an taerder, ha den ne respont. Hag e huchan, ha n'eus reizhder ebet.

8  Serret en deus va hent, ha ne c'hellan ket tremen. Lakaet en deus teńvalijenn war va gwenodennoł.

9  Diwisket en deus ac'hanon eus va gloar, lamet en deus ar gurunenn diwar va fenn.

10  Va distrujet en deus a bep tu hag ez an kuit, diframmet en deus va esperańs evel ur wezenn.

11  Entanet en deus e gounnar a-enep din, va sellet en deus evel unan eus e enebourien.

12  E strolladoł a zo deuet a-gevret, digoret o deus o hent betek ennon, kampet o deus en-dro da'm zeltenn.

13  Pellaet en deus diouzhin va breudeur, ar re am anaveze a zo aet kuit.

14  Va c'herent-nes o deus va dilezet, va anaoudeien o deus va ankounac'haet.

15  Tud va zi ha va mitizhien o deus va c'hontet estrańjour, deuet on da vezań un diavaeziad evito.

16  Galvet em eus va servijer ha n'en deus ket respontet, gant va genoł em eus e bedet en aner.

17  Va anal a zo kasaet gant va gwreg, pedet em eus mibien va c'hof.

18  Ar vugaligoł zoken a zispriz ac'hanon, mar savan e komzont em enep.

19  Holl re va c'huzul o deus euzh ac'hanon, ar re a garen a zo troet em enep.

20  Va eskern a zo staget ouzh va c'hroc'hen hag ouzh va c'hig, tec'het on kuit gant kroc'hen va dent.

21  Ho pet truez ouzhin! Ho pet truez ouzhin, va mignoned! Rak skoet on bet gant dorn Doue.

22  Perak e redit war va lerc'h evel Doue? Ha n'hoc'h eus ket bet ho kwalc'h eus va c'hig?

23  Me a garfe e vefe skrivet va c'homzoł bremań. Me a garfe e vefent engravet en ul levr.

24  Me a garfe e vefent kizellet war ur roc'h gant ur gizell houarn ha gant plom, evit biken.

25  Gouzout a ran-me ez eo bev va dasprener, ha d'an diwezh e savo war an douar,

26  ha goude ma vo distrujet ar c'hroc'hen-mań, er-maez eus va c'hig e welin Doue;

27  me a welo anezhań, va daoulagad en gwelo, ha nann unan all. Va lounezhi a bulluc'h em c'hreizon.

28  Ret e vefe deoc'h lavarout kentoc'h: Perak e heskinomp anezhań? Daoust hag e kavimp ennań abeg e walleur?

29  Doujit ar c'hleze evidoc'h hoc'h-unan, rak ar fulor a zo kastizet dre ar c'hleze. Ha gouezit ez eus ur varn.

 

Chapitre 20

Eil prezegenn Zofar

1  Neuze, Zofar eus Naama a gomzas o lavarout:

2  Va sońjoł a vount ac'hanon da respont, ha gant-se ez eus pres warnon.

3  Klevet em eus ur gentel dismegańsus, met va spered a denn eus va boell ur respont.

4  Ha n'ouzout ket penaos a bep amzer, abaoe m'eo bet lakaet an den war an douar,

5  youc'hoł trec'h an den drouk ne badont ket, ha levenez an den dizoue a zo evit ur predig?

6  Pa savfe e uhelder betek an neńvoł, pa dapfe e benn ar c'houmoul,

7  mont a raio da goll evit biken evel e fank, hag ar re a wele anezhań a lavaro: Pelec'h emań?

8  Tec'hout a raio evel un huńvre, ne vo ken kavet, mont a raio da netra evel ur weledigezh en noz.

9  Al lagad a wele anezhań n'en gwelo ken, e lec'h n'en anavezo ken.

10  E vibien a raio plijadur d'ar beorien, e zaouarn a zaskoro e vadoł.

11  E eskern a zo leun a yaouankiz, met a zo gourvezet gantań er poultr.

12  Mard eo an droug dous d'e c'henoł, mar kuzh anezhań dindan e deod,

13  mar espern anezhań hep e deurel kuit, mar dalc'h anezhań en e staon,

14  e voued a droio en e gof, hag a zeuio da vezań ur binim naer-wiber en e greiz.

15  Lonket en deus pinvidigezhioł hag o dislonko, Doue o diframmo eus e gof.

16  Sunań a raio binim an naer-wiber, teod ar wiber en lazho.

17  Ne welo ket ar gwazhioł, ar stźrioł, ar froudoł mel hag amann.

18  Daskor a raio ar pezh en devo gounezet ha n'en lonko ket, ar restaol a vo hervez e gounid, ne laouenaio ket gantań.

19  Dre m'en deus gwasket ha dilezet ar beorien, en devo rivinet e di e-lec'h e sevel.

20  A-dra-sur n'anavezo ket peoc'h en e gof, ha ne savetaio tra ebet eus ar pezh o devo c'hoantaet.

21  Netra n'en deus tec'het eus e lontegezh, met e eurvad ne bado ket.

22  E kreiz ar fonnusted e vo en dienez, daouarn an ezhommeien en em daolo warnań.

23  Evit leuniań e gof, Doue a gaso a-enep dezhań tan e gounnar, a gouezho evel glav warnań ha war e gig.

24  Tec'hout a raio diouzh an armoł houarn, met ar wareg arem a dreuzo anezhań.

25  Tennań a raio an dared eus e gorf, hag an houarn luc'hedus eus e avu. Spontoł ar marv a zeuio warnań.

26  An holl deńvalijenn a vo kuzhet en e lec'hioł kuzh; un tan, na vo ket enaouet gant un den, a lonko anezhań, hag ar pezh a chomo en e deltenn a vo distrujet.

27  An neńvoł a zizoloio e zireizhder, an douar a savo a-enep dezhań.

28  Leve e di a vo kaset kuit, pep tra a dec'ho da zeiz ar gounnar.

29  Honnezh eo lodenn an den fall a-berzh Doue, an hźrezh roet dezhań gant Doue.

 

Pennad 21

C'hwec'hvet respont Job

1  Job a gomzas o lavarout:

2  Selaouit pizh va c'homzoł, ra vo din kement-se ur frealz eus ho perzh.

3  Padit ganin hag e komzin, ha goude ma em bo komzet, e reot goap.

4  Daoust hag e kasan va c'hlemm da un den? Mar vefe evel-se, perak e vefe trubuilhet va spered?

5  Sellit ouzhin ha bezit souezhet, lakait ho torn war ho kenoł.

6  Pa en em sońjan ez on spouronet, hag ur grenadenn a grog em c'hig.

7  Perak e vev ar re zrouk, perak e koshaont, perak e kresk o galloud?

8  O lignez a greńva dirazo ha ganto, o diskennidi a sav dirak o daoulagad.

9  O ziez a zo e peoc'h ha dispont, gwialenn Doue n'emań ket warno.

10  O c'hole a zo kreńv ha frouezhus, o ounner a ro o leue ha ne ziforc'hont ket.

11  Kas a reont o re vihan dirazo evel un tropell, hag o bugale a vez o lammat.

12  Sevel a reont o mouezh gant an taboulin hag an delenn, hag e laouenaont ouzh son ar fleüt.

13  Tremen a reont en eurvad o deizioł, hag e tiskennont en ur pennad e lec'h ar marv.

14  Ha koulskoude o deus lavaret da Zoue: Pella diouzhimp, ne fell ket deomp anavezout da hentoł.

15  Piv eo an Holl-C'halloudeg evit ma servijfemp anezhań? Petra a c'hounezfemp o pediń anezhań?

16  Setu, o eurvad n'emań ket en o daouarn. Ra vo kuzul an den fall pell diouzhin!

17  Pet gwech e c'hoarvez ma voug goulaouenn ar re zrouk, ma teu an distruj warno? Lodennań a ra poanioł dezho en e gounnar.

18  Bez e vint evel plouz dirak an avel, evel ar pell savet dre ar barrad-amzer.

19  Hag e vir Doue ar boan evit mibien an den fall? Ra baeo anezhań e-unan evit ma ouezo!

20  Ra welo gant e zaoulagad e zistruj, ra evo gounnar an Holl-C'halloudeg.

21  Rak peseurt plijadur en devo en e di war e lerc'h, pa vo echuet niver e vizioł?

22  Hag e vefe kelennet ar skiant da Zoue, eń hag a varn ar re uhelań?

23  Unan a varv en e greńvder, e peoc'h ha en diskuizh,

24  e lounezhi leun a laezh hag e eskern gwalc'het a vel.

25  Unan all a varv e c'hwervder e ene hep bezań biskoazh tańvaet an eurvad.

26  Ha gourvezet int a-unan er poultr, hag ar preńved o golo.

27  Setu, anavezout a ran ho sońjoł hag ar mennozhioł hoc'h eus em c'heńver.

28  Hag e lavarit: Pelec'h emań ti an den pinvidik? Pelec'h emań an deltenn ma oa o chom ar re zrouk enni?

29  Ha n'hoc'h eus ket graet goulennoł ouzh ar veajourien, ha n'hoc'h eus ket anavezet dre o zestenioł,

30  ez eo miret an den fall evit deiz ar glac'har, hag ez eo degaset evit deiz ar fulor?

31  Piv a zisklźrio dirazań e gundu? Piv a zaskoro dezhań ar pezh en deus graet?

32  Douget e vo d'ar bez, ha war an durumell e vo beilhet.

33  Moudennoł an draonienn a vo skańv dezhań, an holl war e lerc'h a yelo da-heul, evel ar re ziniver en e raok.

34  Perak eta e roit din frealz aner? Eus ho respontoł, ar pezh a van eo an touellerezh.

 

Pennad 22

Teirvet prezegenn Elifaz

1  Neuze, Elifaz eus Teman a gomzas o lavarout:

2  Hag e c'hell un den bezań talvoudus da Zoue? Dezhań e-unan eo talvoudus un den, ma'z eo fur.

3  An Holl-C'halloudeg, hag e kav plijadur ma'z out reizh? Hag e resev ur gounid bennak ma kerzhez er reizhder?

4  Hag ez eo dre zoujańs dirazout e kastiz ac'hanout, hag ez a d'ar varn ganit?

5  Ha n'eo ket bras da fallentez? Ha n'int ket divuzul da zireizhder?

6  Rak ec'h eus kemeret goproł digant da vreudeur hep abeg, diberc'hennet ec'h eus diouzh o dilhad ar re a oa en noazh.

7  Ne'c'h eus ket roet dour da evań d'an den sec'hedek, dinac'het ec'h eus da vara d'an den naonek.

8  Ar vro a oa d'an den galloudek, an hini a oa doujet a chome enni.

9  Kaset ec'h eus kuit en goullo an intańvezed, ha divrec'h an emzivaded a voe brevet.

10  Setu perak ez eus antelloł en-dro dit, hag e teu warnout ur spouron buan,

11  hag an deńvalijenn a harz ac'hanout da welout, hag an doureier a zic'hlann betek da c'holeiń.

12  Doue, ha n'emań ket e nec'h an neńvoł? Sell ouzh barr ar stered, pegen uhel ez int!

13  Hag e lavarez: Petra a anavez Doue? Hag e varno a-dreuz an deńvalijenn?

14  Ar goabrenn a c'holo anezhań ha ne wel netra; pourmen a ra war volz an neńvoł.

15  Hag e fell dit heuliań an hent a-wechall, an hini o deus kerzhet warnań an dud direizh?

16  Lamet int bet a-raok an amzer, aet eo o diazez gant ur stźr o tic'hlannań.

17  Lavarout a raent da Zoue: Pella diouzhimp! Petra a raio an Holl-C'halloudeg deomp?

18  Ha koulskoude en doa leuniet o ziez a vadoł! Ya, ra vo pell diouzhin kuzul ar re zrouk!

19  Ar re reizh henn gwel hag a laouena, an didamall a ra goap anezho.

20  A-dra-sur, hon enebour a zo distrujet, an tan en deus lonket o binvidigezhioł.

21  En em domm outań hag e vi e peoc'h, evel-se e c'hoarvezo mad ganit.

22  Resev al lezenn eus e c'henoł, ha laka e c'herioł ez kalon.

23  Mar distroez d'an Holl-C'halloudeg, e vi adsavet. Pella an direizhder eus da deltenn.

24  Taol an aour er poultr, aour Ofir e reier ar froud.

25  An Holl-C'halloudeg a vo da aour, da arc'hant ha da deńzorioł.

26  Neuzi e kavi en Holl-C'halloudeg da blijadurioł, hag e savi da zremm war-zu Doue.

27  E bediń a ri hag e selaouo ac'hanout, hag e seveni da ouestloł.

28  Ma ec'h eus divizoł, e teui a-benn outo, ar sklźrijenn a lugerno war da hentoł.

29  Pa vo izelaet unan bennak ha pa lavari: Ra vo savet! Saveteiń a raio an hini en devo e zaoulagad izelaet.

30  Dieubiń a raio an den n'eo ket didamall, dieubet e vo dre c'hlanded da zaouarn.

 

Pennad 23

Seizhvet respont Job

1  Job a gomzas o lavarout:

2  Bremań c'hoazh va c'hlemm a zo c'hwerv, ha va dorn a zalc'h va huanadoł.

3  O! Ma oufen pelec'h e gavout, ez afen betek e dron.

4  Disklźriań a rafen va abeg dirazań, hag e leugnfen va genoł a brouennoł.

5  Anavezout a rafen ar pezh a respontfe din, hag e komprenfen ar pezh a lavarfe din.

6  Hag e stourmfe ganin e braster e nerzh? Nann, zoken e taolfe evezh ouzhin.

7  Bez' e vefe un den reizh a gomzfe gantań, e vefen pardonet evit biken gant va barner.

8  Setu, mard an d'ar sav-heol, n'emań ket, mard an d'ar c'huzh-heol, n'en kavan ket,

9  en hanternoz emań oc'h ober traoł, n'en gwelan ket, er c'hreisteiz eo kuzhet, nen dizoloan ket.

10  Anavezout a ra an hent am eus heuliet, ra amprouo ac'hanon, hag e teuin er-maez evel aour.

11  Va zroad a zo staget ouzh e gammedoł, miret em eus e hent ha n'on ket distroet dioutań.

12  N'on ket pellaet diouzh gourc'hemenn e vuzelloł, miret em eus gerioł e c'henoł muioc'h eget na oa ret.

13  Met e vennad a zo divizet, piv a raio dezhań distreiń? Ar pezh a c'hoanta e ene, en gra.

14  Seveniń a raio e vennad diwar va fenn, ha kalz a draoł evel-se a zo gantań.

15  Setu perak ez on spouronet dirazań, pa sońjan e kement-se, em eus aon razań.

16  Doue en deus blotaet va c'halon, an Holl-C'halloudeg en deus va spouronet.

17  N'on ket bet lamet kuit dirak an deńvalijenn, kuzhet en deus an teńvalder a-dreńv din.

 

Pennad 24

1  Perak na laka ket an Holl-C'halloudeg amzerioł a-du? Perak ar re a anavez anezhań ne welont ket e zeizioł?

2  Dilec'hiet eo ar bonnoł, laeret eo an tropelloł evit o lakaat da beuriń,

3  kaset eo azen an emzivaded, lakaet eo e gouestl ejen an intańvez,

4  pellaet eo ar beorien diwar an hent, ret eo d'an ezhommeien en em guzhat.

5  Setu, evel ezen gouez er gouelec'h ez eont er-maez d'o labour, o sevel abred evit ur preizh. Ar gouelec'h a ro dezho bara evit o re vihan.

6  Mediń a reont er parkeier, hag e raspaont gwinienn an den drouk.

7  Lakaat a reont ar re ziwisket da dremen an noz hep dilhad, ne roont ket ur ballenn dezho pa'z eo yen,

8  pa'z int glebiet gant glav ar menezioł hag e vriataont ar roc'h hep bodenn.

9  Diframmań a reont an emzivad diouzh ar vronn, hag e kemeront gouestl war ar paour.

10  Dezhań e reont kerzhout en noazh, hep dilhad, hag e tennont o feskennoł a-zirak an naoneien.

11  Etre o mogerioł e gwaskont an eoul, hag e jaodront er beolioł, hag o deus sec'hed.

12  Eus kźr e vez klevet tud o hirvoudiń, ene ar re c'hloazet a glemm, ha Doue ne ra ket van outo.

13  Setu amań ar re en em sav a-enep ar sklźrijenn, n'anavezont ket e hentoł, ne chomont ket war e wenodennoł.

14  Ar muntrer a sav da c'houloł-deiz, hag e lazh ar paour hag an ezhommeg; e-pad an noz eo ul laer.

15  Lagad an avoultrer a zo war spi da serr an noz, o lavarout: Lagad ebet ne'm gwelo; ha kuzhat a ra e zremm.

16  En deńvalijenn e toullont an tiez o doa merket war an deiz. N'anavezont ket ar sklźrijenn.

17  Ar mintin a zo dezho evel skeud ar marv, spontet int evel gant skeud ar marv pa'z int anavezet gant unan bennak.

18  Mont a reont kuit evel un dra skańv war-c'horre an dour, o lodenn a zo milliget war an douar, ne gemeront ket hent ar gwini.

19  Ar sec’her hag an tommder a guzum doureier an erc'h, evel-se lec'h ar marv a guzum ar bec'herien.

20  Ar c'hof en ankounac’haio, ar preńv en debro c'hwek, den n'en devo sońj anezhań, an den direizh a vo drailhet evel ur wezenn.

21  Gwallgas a ra ar sec'henn n'he deus ket a vugale, ne ra mat ebet d'an intańvez,

22  dre e nerzh e sach ar re c'halloudek, pa sav nikun n'eo sur eus e vuhez.

23  Eń eo a ro surentez dezho, hag en em harpont war gement-se. Koulskoude e zaoulagad a zo war o hentoł.

24  Savet o deus un nebeudig, ha n'emaint ken. Plegań a reont hag int kaset kuit evel ar re all, troc'het int evel penn un dańvouezenn.

25  Ma n'eo ket evel-se, gant piv e vin prouet gaouiad? Piv a lakaio da netra va c'homzoł?

 

Pennad 25

Teirvet prezegenn Bildad

1  Neuze, Bildad eus Shuak a gomzas o lavarout:

2  Ar galloud hag ar spont a zo dezhań, eń a laka ar peoc'h da ren en e lec'hioł uhel.

3  Hag e c'hell bezań niveret e armeoł? War biv ne sav ket e sklźrijenn?

4  Penaos e vefe reizh an den dirak Doue? Penaos e vefe glan an hini a zo bet ganet eus ur vaouez?

5  Setu, al loar zoken a zo hep sklźrijenn, ar stered n'int ket glan dirak e zaoulagad,

6  pegement nebeutoc'h an den n'eo nemet ur preńv, ha mab an den n'eo nemet ur preńvig!

 

Pennad 26

Eizhvet respont Job

1  Job a gomzas o lavarout:

2  Skoazellet ec'h eus an hini dinerzh, saveteet ec'h eus ar vrec'h dic'halloud,

3  kelennet ec'h eus an hini hep furnez, roet ec'h eus da welout ul leunded a furnez.

4  Da biv ec'h eus disklźriet da gomzoł? Spered piv a zeu diganit?

5  Traoł hep buhez a zo stummet dindan an doureier ha dindan ar re a zo o chom enno.

6  Lec'h ar marv a zo en noazh dirazań, n'eus ket a ouel war an donder.

7  Astenn a ra an hanternoz war ar goullo, hag ec'h istribilh an douar war an netra.

8  Dastum a ra an doureier er c'houmoul, hag ar goabrenn n'eo ket roget dindan o fouez.

9  Goleiń a ra dremm e dron, hag ec'h astenn e goumoul a-us dezhań.

10  Merket en deus ur c'helc'h war an doureier, evel bevenn etre sklźrijenn ha teńvalijenn.

11  Peulioł an neńvoł a zo brańsellet ha souezhet pa c'hourdrouz.

12  Dre e nerzh e sav ar mor, dre e veiz e vruzun al lorc'h.

13  Dre e Spered e fich an neńvoł, e zorn a dreuz an naer tec'had.

14  Setu aze kostezioł e hentoł, ha pegen bihan eo al lodenn a anavezomp! Piv a c'hello kompren kurun e c'halloud?

 

Pennad 27

1  Job a gendalc'has d'ober e brezegenn o lavarout:

2  Doue a zo bev. Lakaet en deus va gwir a-gostez, an Holl-C'halloudeg en deus leuniet va ene a c’hwervder.

3  E-keit ha ma vano va anal ganin, e-keit ha vo Spered Doue em divfron,

4  va muzelloł ne zisklźrint direizhder ebet, va zeod ne lavaro touellerezh ebet.

5  Pell diouzhin reizhabegań ac'hanoc'h! Betek va huanad diwezhań ne ziwiskin ket va onestiz.

6  Miret em eus va reizhder ha n'en dilezin ket, va c'halon ne rebecho din hini eus va deizioł.

7  Ra vo va enebour evel un den drouk, hag an hini a sav em enep evel un den direizh.

8  Peseurt esperańs eo hini an den dizoue, pa troc'ho Doue, pa lamo Doue e ene digantań?

9  Doue, ha klevout a raio e glemmoł pa zeuio an anken warnań?

10  Hag e laouenaio en Holl-C'halloudeg? Hag e pedo Doue e pep amzer?

11  Kelenn a rin deoc'h penaos e ra Doue, hag ne guzhin ket ouzhoc'h mennozhioł an Holl-C'halloudeg.

12  Setu, c'hwi hoc'h-unan hoc'h eus gwelet an traoł-mań. Perak eta en em lezit da vont da sońjoł aner?

13  Setu al lodenn a vez lakaet a-du gant Doue evit an den drouk, an hźrezh o deus ar re daer digant an Holl-C'halloudeg:

14  Mar en deus liesaet e vibien, ez eo evit ar c'hleze. E ziskennidi n'o devo ket o gwalc'h a vara.

15  Ar re a vano a vo sebeliet pa vint marv, met o intańvezed ne ouelint ket dezho.

16  Pa zastumfe arc'hant evel poultr, pa vergnfe dilhad evel fank,

17  o berniań a ra, met an den reizh o gwisko, hag an den didamall en devo an arc'hant da lod.

18  Sevel a ra dezhań un ti evel hini an tagn, evel lochenn an diwaller.

19  Mont a ra pinvidik da gousket ha n'adsavo ket, digeriń a ra e zaoulagad ha n'emań ken.

20  Ar spontoł a grog ennań evel an doureier, ar barrad-amzer a laer anezhań en noz.

21  Kaset eo gant avel ar sav-heol hag ez a kuit, tennet eo eus e lec'h evel gant un avel-dro.

22  Taolet eo biroł warnań, n'eo ket espernet, tec'hout a ra diouto.

23  Stlaket e vo an daouarn a-enep dezhań, c'hwitellet e vo pa yelo kuit.

 

Pennad 28

1  Bez' ez eus ur vengleuz evit tennań an arc'hant diouti, hag ul lec'h evit glanaat an aour ennań.

2  An houarn a vez tennet diouzh ar poultr, hag ar maen teuzet a ro an arem.

3  Lakaet eo un dibenn d'an deńvalijenn, hag e vez klasket betek an harzoł pellań mein kuzhet en deńvalijenn hag e skeud ar marv.

4  Kleuzet eo ur puńs pell diouzh al lec'hioł tudet; ennań ne c'heller ket araokaat gant an treid, hag e vezer ispilhet hag hejet pell diouzh an dud.

5  Eus an douar eo e teu ar bara, hag ez eo troc'holiet en e zonderioł evel gant an tan.

6  E reier eo chomlec'h ar safir, eno e vez kavet poultr aour.

7  Al labous-preizh n'anavez ket an hent di, lagad ar bultur n'en gwel ket.

8  Al loened lorc'hus n'o deus ket kerzhet ennań, al leon n'eo ket tremenet drezań.

9  An dorn a vez lakaet war ar reier, ha troc'holiet eo ar menezioł betek o gwrizioł.

10  Kleuzet eo gwazhioł er reier, hag al lagad a wel kement a zo prizius.

11  Harzet eo diruilhad an doureier, an traoł kuzhet a zo tennet d'ar gouloł.

12  Met pelec'h e vo kavet ar furnez? Pelec'h emań ar poell o chom?

13  An den n'anavez ket he friz, n'emań ket e douar ar re vev.

14  N'emań ket ennon, eme an donder; n'emań ket ganin, eme ar mor.

15  Ne vez ket roet evit aour glan, ne vez ket prenet o pouezań arc'hant.

16  Ne vez ket pouezet gant aour Ofir, na gant oniks prizius, na gant safir.

17  Ne vez ket heńvelaet gant an aour nag ar gwer. Ne vez ket troket evit ul lestr aour glan.

18  Ne gomzer ket eus ar c'houral, nag eus ar strink, priziusoc'h eo ar furnez eget perlez.

19  Topaz Etiopia ne c'hell ket bezań kevatal outi, ne vez ket pouezet gant aour glan.

20  Met a-belec'h e teu ar furnez? Pelec'h emań ar poell o chom?

21  Mouchet eo dirak daoulagad an holl re vev, kuzhet eo dirak laboused an neńvoł.

22  Ar poull hag ar marv a lavar: Klevet hon eus komz diouti gant hon divskouarn.

23  Doue a anavez e hent, eń a oar pelec'h emań o chom.

24  Rak sellout a ra betek harzoł ar bed, gwelout a ra dindan an holl neńvoł.

25  Pa roe d'an avel e bouez, pa vuzulie an doureier dre gementadoł,

26  pa rae ur reolenn evit ar glav, pa drese un hent evit luc'hed ar c'hurun,

27  neuze e welas anezhi, he disklźrias, he diazezas, ha zoken he furchas.

28  Hag e lavaras d'an den: Setu, doujańs an Aotrou eo ar furnez, distreiń diouzh an droug eo ar poell.

 

Pennad 29

1  Job a gendalc'has d'ober e brezegenn o lavarout:

2  O! Perak n'on ken evel er mizioł a-wechall, evel en deiz ma tiwalle Doue ac'hanon,

3  pa lugerne e c'houlaouen war va fenn, pa gerzhen ouzh e sklźrijenn en deńvalijenn,

4  evel en deizioł va diskar-amzer, pa veze sekred Doue em zeltenn,

5  pa oa an Holl-C'halloudeg c'hoazh ganin, ha va re yaouank en-dro din,

6  pa walc'hen va zreid el laezh, pa zevere ar roc'h din froudoł eoul!

7  Pa'z aen er-maez etrezek dor kźr, e lakaen kempenn din ur gador war al leurenn.

8  Ar re yaouank a yae da guzh o welout ac'hanon, ar re gozh a save hag en em zalc'he en o sav.

9  Ar brińsed a baoueze da gomz hag a lakae o dorn war o genoł.

10  Mouezh ar pennoł bras a dave, o zeod a stage ouzh o staoń.

11  Ar skouarn am c'hleve am disklźrie eürus, al lagad am gwele a roe testeni din.

12  Rak e tieuben an ezhommeg a azgoulenne, hag an emzivad n'en doa den d'e skoazellań.

13  Bennozh an hini a yae da vervel a gouezhe warnon, hag e leunien a levenez kalon an intańvezed.

14  Gwiskań a raen ar reizhder, va dilhad e oa, va eeunder a oa va mantell ha va zog.

15  Daoulagad an dall e oan, ha treid ar c'hamm.

16  Tad ar beorien e oan, hag ec'h enklasken gwir an hini dianav.

17  Bruzunań a raen javed an hini direizh, hag e lamen diouzh e zent e breizh.

18  Hag e lavaren: Mervel a rin em neizh, hag e liesain va deizioł evel an traezh.

19  Va gwrizienn a oa digor d'an dour, ar glizh a dremene an noz war va skourroł.

20  Va gloar a nevesae ennon, va gwareg a greńvae em dorn.

21  Va selaou a raed, hag e c'hortozed, hag e taved pa roen va alioł.

22  Goude ma em beze komzet ne respontent ket, va lavarioł a zevere warno.

23  Va gortoz a raent evel ar glav, hag e tigorent o genoł evel evit glav an diwezhań amzer.

24  Mousc’hoarzhin a raen pa ne gredent ket, ne c'hellent ket kas diwar wel sederoni va dremm.

25  Karout a raen mont ganto hag ec'h azezen evel o fenn, evel ur roue e- kreiz e arme, evel ur frealzer e-kreiz ezhommeien.

 

Pennad 30

1  Met bremań tud yaouankoc'h egedon a ra goap ac'hanon, ar re am boa re a zismegańs evit o zadoł d'o lakaat gant chas va zropell.

2  Petra am befe graet eus nerzh o daouarn? Ar gozhni a oa aet da goll enno.

3  Dinerzhet dre ar gernez hag an naon, e peurent al lec'hioł disec'h, glac'haret ha distro abaoe pell.

4  Dastum a raent geot gouez e-kichen bodoł, ha gwrizioł ar jenevregoł evit o boued.

5  Kaset e oant kuit a-douez an dud, hag e veze kriet war o lerc'h evel war-lerc'h ul laer.

6  Edont o chom e toulloł eus traoniennoł, e mougevioł an douar hag e-touez ar reier.

7  Klevet e vezent o vlźjal etre ar bodoł, hag en em zastument dindan an askol.

8  Mibien a netra e oant, mibien hep anv, a zo bet kaset kuit eus ar vro.

9  Ha bremań ez on abeg d'o c'hanaouennoł, hag e komzont diwar va fenn.

10  Euzh o deus ouzhin, pellaat a reont diouzhin, hep aon e skoont ouzh va dremm.

11  Kordenn va gwareg a zo distennet, izelaet on, diharz ez int dirazon.

12  A-zehou din, emań o sevel tud ganet nevez 'zo. Kas a reont kuit va zreid, hag e reont em enep hentoł evit noazout din.

13  Distrujań a reont va hent, hag e kreskont va enkrez; ha n'o deus skoazell ebet.

14  Dont a reont evel dre ur freuz ledan, en em deurel a reont evit ar rivin.

15  Ar spouronoł o deus troet em enep, redek a reont war-lerc'h va ene evel an avel, va eurvad a zo tremenet evel ur goumoulenn.

16  Ha bremań va ene a deuz ennon, deizioł va glac'har o deus va zapet.

17  Va eskern a zo toullet e-pad an noz, ar pezh a grign ac'hanon ne gousk ket.

18  Gant un nerzh bras va dilhad a zo disneuziet, va gwaskań a reont evel kolier va zoneg.

19  Taolet on er fank, heńvel on ouzh ar poultr hag al ludu.

20  Krial a ran war-zu ennout ha ne respontez ket, en em zerc'hel a ran ha ne sellez ket ouzhin.

21  Deuet out garv em enep, herzel a rez ouzhin gant da zorn nerzhus.

22  Va sevel a rez, va lakaez de gerzhout war an avel, hag e rez din teuziń en ur gorventenn.

23  Gouzout a ran e kasi ac'hanon d'ar marv, d'al lec'h merket evit an holl re vev.

24  Ha ne astenner ket an dorn e-kreiz an distruj? Ha ne c'heller ket leuskel ur griadenn en glac'har?

25  Ha ne ouelen ket evit an den a dremene deizioł fall? Ha ne oa ket glac'haret va ene evit ar paour?

26  Pa c'hortozen an eurvad, an drougeur a zo deuet. Pa c'hortozen ar sklźrijenn, an deńvalijenn a zo deuet.

27  Va bouzelloł a verv hep ehan, deizioł an enkrez a zo deuet warnon.

28  Kerzhout a ran duet holl, ha n'eo ket dre an heol. Sevel a ran e-kreiz ar vodadeg, hag e krian.

29  Deuet on da vezań breur an erevent ha keneil ar struskańvaled.

30  Va c'hroc'hen duet a gouezh, va eskern a zo devet gant an derzhienn.

31  Va zelenn a zo troet e kańvoł, ha va fleüt e mouezh o ouelań.

 

Pennad 31

1  Graet em boa un emglev gant va daoulagad; penaos em befe sellet ouzh ur werc'hez?

2  Peseurt lod en defe Doue lakaet a-du din eus krec'h? Peseurt hźrezh en defe an Holl-C'halloudeg kaset din eus al lec'hioł uhel?

3  Ar rivin, ha n'eo ket evit an den drouk? Ar gwalleur, ha n'eo ket evit ar vicherourien a zireizhder?

4  Ha ne wel ket va hentoł? Ha ne niver ket va holl gammedoł?

5  Mar em eus kerzhet er gevier, mar en deus va zroad hastet etrezek an touell,

6  ra bouezo Doue ac'hanon gant ur valańs just, hag ec'h anavezo va eeunder.

7  Mar o deus distroet va c'hammedoł diouzh an hent, mar he deus va c'halon heuliet va daoulagad, mar ez eus ur saotr bennak staget ouzh va daouarn,

8  ra zebro unan all ar pezh am eus hadet, ra vo diwriziennet va eost!

9  Mard eo bet va c'halon touellet gant ur vaouez, mard on bet o c'hedal e-kichen dor va nesań,

10  ra valo va gwreg evit unan all, ra vo dizenoret gant reoł all!

11  Rak kement-se a zo un drougiezh rakprederiet, un direizhder kastizet gant ar varnerien,

12  un tan eo hag a lonk betek an distruj leun, hag en defe distrujet va holl c'hounid.

13  Mar em eus disprizet gwir va servijer pe va matezh pa oant o taelań ganin,

14  petra a rin pa savo Doue? petra a respontin pa c'houlenno kont ouzhin?

15  An hini en deus graet ac'hanon er c'hof, ha n'en deus ket graet anezho? An hevelep Hini en deus stummet ac'hanomp er mammog.

16  Mar em eus tremenet hep reiń d'ar beorien o goulenn, mar em eus lezet daoulagad an intańvez da langisań,

17  mar em eus debret va-unan va bara, hep m'en defe debret an emzivad dioutań,

18  adalek va yaouankiz eo bet savet em c'hichen evel e-kichen un tad, adalek kof va mamm em eus renet an intańvez,

19  mar em eus gwelet un den o vervel hep dilhad, hag ar paour hep pallenn,

20  ha n'o deus ket va benniget e lounezhi, ha n'en deus ket en em dommet gant kreoń va oaned,

21  mar em eus savet va dorn a-enep an emzivad, pa em eus e welet ouzh an nor ha ma c'hellen e skoazell,

22  ra gouezho va skoaz diouzh va c'hil, ra vo torret va brec'h ha pellaet diouzh an ilin,

23  rak glac'har Doue en deus va spouronet, ne c'hellin ket padout dirak e veurded.

24  Mar em eus lakaet en aour va esperańs, mar em eus lavaret d'an aour glan: Va fiziańs ez out,

25  mard on bet laouenaet gant va gounid bras ha gant an holl bezh en doa va dorn dastumet,

26  mar em eus sellet ouzh an heol o lugerniń hag ouzh al loar o vont a-raok kaer,

27  hag em eus lezet da douellań e kuzh va c'halon, hag en deus va dorn kaset pokoł,

28  un direizhder kastizet gant ar varnerien, rak dianzav Doue an krec'h e vefe,

29  mard on bet laouenaet gant gwalleur va enebour, mar em eus tridet a levenez p'en deus an droug e dapet,

30  met ne'm eus ket lezet da bec'hiń va zeod o c'houlenn e varv gant mallozhioł,

31  mar n'o deus ket lavaret tud va zi: Pelec'h ez eus unan bennak ha na vefe ket bet gwalc'het a gig?,

32  mar en deus tremenet an diavaeziad an noz er-maez, mar n'em eus ket digoret va dor d'ar beajour,

33  mar em eus goloet, evel Adam, va fec'hedoł, mar em eus kuzhet em bruched va direizhder,

34  rak em eus bet aon rak an engroez bras, em eus bet aon rak dispriz an tiegezhioł, en doare ma chomen sioul ha na greden ket mont e-maez an nor,

35  o, ra gavin unan bennak am selaouo! Setu va arouez: Ra responto an Holl-C'halloudeg din, ra skrivo va zamaller e glemm.

36  A-dra-sur en dougin war va skoaz, hag en stagin warnon evel ur gurunenn.

37  Disklźriań a rin dezhań niver va c'hammedoł, tostaat a rin outań evel ouzh ur prińs.

38  Mar kri va douar em enep, mar gouel e irvi gantań,

39  mar em eus debret e frouezh hep arc'hant, mar em eus glac'haret o ene d'ar re o doa e berc'hennet,

40  ra roio draen e-lec'h gwinizh, ha dreog e-lec'h heiz! Setu diwezh komzoł Job.

 

Pennad 32

Prezegenn Elihu

1  Neuze an tri den-mań a baouezas da respont da Job, dre ma oa reizh ouzh e daoulagad e-unan.

2  Hag ec'h entanas kounnar Elihu mab Barakeel, eus Buz, eus tiegezh Ram. E gounnar a entanas a-enep Job dre ma en em reishae e-unan dirak Doue.

3  E gounnar a entanas ivez a-enep e dri mignon, dre n'o doa kavet netra da respont, ha koulskoude o doa kondaonet Job.

4  Elihu en doa gortozet, evit komz da Job, ma o defe int komzet, dre ma oant koshoc'h egetań.

5  Elihu a welas n'o doa an tri den-mań netra da respont, ha neuze e gounnar a entanas.

6  Elihu mab Barakeel, eus Buz, a gomzas o lavarout: Me a zo yaouank ha c'hwi a zo kozh, setu perak em eus doujet, ha n'em eus ket kredet reiń va ali.

7  Lavarout a raen: An deizioł a gomzo, niver bras ar bloavezhioł a roio da anavezout ar furnez.

8  Met ar spered a zo en den, hag awen an Holl-C'halloudeg eo a ro poell.

9  N'eo ket ar re henań a zo fur, n'eo ket ar re gozh a gompren ar varnedigezh.

10  Setu perak e lavaran: Selaou ouzhin, hag e tisklźrin va ali, me ivez.

11  Gortozet em eus diwezh ho prezegennoł, selaouet em eus ho poellataerezhioł ha penaos hoc'h eus aozet ho frazennoł.

12  Taolet em eus evezh ouzhoc'h, ha setu, nikun ac'hanoc'h n'en deus kendrec'het Job, na respontet d'e gomzoł.

13  Ha na lavarit ket: Kavet hon eus ar furnez! Doue eo a c'hell e abafiń, n'eo ket un den.

14  N'en deus ket kaset e gomzoł a-enep din, ha ne respontin ket dezhań gant ho kerioł.

15  Sabatuet int! Ne respontont ken, lamet eo bet o mouezh diganto!

16  Gortozet em eus, ha ne gomzont ken, en em zerc'hel a reont aze hep respont.

17  Me a responto da'm zro, hag e lavarin va ali, me ivez.

18  Rak leuniet on a gomzoł, ar spered a zo em c'hreiz am gwask.

19  Va bruched a zo evel gwin na vefe ket avelet, mont a ra da freuzań evel seier-lźr nevez.

20  Komz a rin evit bezań disammet, digeriń a rin va muzelloł hag e respontin.

21  Ne rin van eus diavaez an dud, ha ne loavin den ebet.

22  Rak n'ouzon ket loavań, va c'hrouer am savfe kuit prestik!

 

Pennad 33

1  Ha bremań, Job, selaou va c'homzoł, ro da skouarn da'm holl c'herioł.

2  Setu e tigoran va genoł, va zeod a gomz em staoń.

3  Va c'homzoł a zeuio eus eeunder va c'halon, va muzelloł a lavaro gant frankiz ar pezh a ouzon.

4  Spered Doue eo en deus graet ac'hanon, c'hwezh an Holl-C'halloudeg eo a ro din buhez.

5  Mar gellez, respont din, stourm ouzhin a-dal, en em zalc'h.

6  Setu ez on eveldout dirak Doue, tennet on bet eus ar fank, me ivez.

7  Va spouron ne raio ket aon dit, va dorn ne bouezo ket warnout.

8  Met lavaret ec'h eus da'm divskouarn, hag em eus klevet mouezh da gomzoł:

9  Glan on, hep disentidigezh, naet on ha n'eus drougiezh ebet ennon.

10  Doue a glask digarezioł ennon, sellout a ra ouzhin evel e enebour.

11  Lakaat a ra va zreid en hualoł, hag e spi va holl fińvadennoł.

12  Setu e kement-se n'emań ket ar gwir ganit, a respontin dit, rak brasoc'h eo Doue eget an den.

13  Perak e taelez gantań? Ne rent ket kont eus ar pezh a ra.

14  Doue a gomz ur wech, ha div wech, met ne daoler ket evezh,

15  dre huńvre, dre weledigezh noz, pa gouezh ur c'housk war an dud, e-pad ma kouskont war o gwele.

16  Neuze e tigor skouarn an den, ha e laka ur siell war e c'hourc'hemennoł,

17  evit distreiń an den diouzh e oberoł fall, evit pellaat dioutań al lorc'h,

18  evit diwall e ene diouzh ar poull, hag e vuhez diouzh ar c'hleze.

19  An den a zo kastizet ivez gant poanioł war e wele, pa vez hejet e eskern.

20  Neuze e vuhez a heug ouzh ar bara, hag e ene ouzh ar gwellań meuzioł.

21  En em wastań a ra e gig hag ez a diwar wel, e eskern na weler ket a zo lakaet en noazh.

22  E ene a dosta ouzh ar poull, hag e vuhez ouzh treuzoł ar marv.

23  Mar ez eus evitań un ael hanterour, unan a-douez mil, evit reiń da anavezout d'an den-se ar pezh a zo ret ober,

24  neuze Doue en deus truez outań hag a lavar: Daspren anezhań, ma ne ziskenno ket er poull, kavet em eus un dic'haou.

25  E gig a zeuio freskoc'h eget en e vugaleaj, hag e tistroio da zeizioł e yaouankiz.

26  Pediń a raio Doue hag e vo selaouet, gwelout a raio gant levenez e zremm, eń a rento d'an den-se e reizhder.

27  Kanań a raio dirak an dud o lavarout: Pec'het em boa, diskaret em boa ar gwir, ha n'eo ket bet va foan kevatal,

28  Doue en deus dasprenet va ene evit na gouezfe ket er poull, ha va buhez a wel c'hoazh ar sklźrijenn.

29  Setu ar pezh a ra Doue div pe teir gwech e-keńver un den,

30  evit tennań e ene eus ar poull, hag evit e sklaeriań gant sklźrijenn ar re vev.

31  Bez evezhiek, Job, selaou ouzhin, tav hag e komzin.

32  Mar ec'h eus un dra da lavarout, respont din, komz, rak e fell din da reishaat.

33  Anez, selaou ouzhin, tav, hag e kelennin dit ar furnez.

 

Pennad 34

1  Elihu a gendalc'has o lavarout:

2  Selaouit va c'homzoł, c'hwi furien! Roit ho skouarn din, c'hwi hag hoc'h eus anaoudegezh!

3  Rak ar skouarn a varn ar c'homzoł, hag ar staoń a dańva ar boued.

4  Dibabomp a-gevret ar pezh a zo reizh, gwelomp etrezomp ar pezh a zo mat.

5  Job en deus lavaret: Me a zo reizh, ha Doue en deus lamet va gwir diganin.

6  En desped da'm gwir e tremenan evit gaouiat, va gouli a zo poanius hep ma em eus pec'het.

7  Daoust hag ez eus un den evel Job, oc'h evań ar goapaerezh evel dour,

8  o kerzhout a-unvan gant ar vicherourien a zireizhder, hag o vont gant an dud fallakr?

9  Lavaret en deus: Ne servij da netra evit an den bezań o plijout da Zoue.

10  Setu perak, c'hwi hag hoc'h eus skiant, selaouit ouzhin: Pell diouzh Doue an drougiezh! Pell diouzh an Holl-C'halloudeg an direizhder!

11  Reiń a ra d'an den hervez e oberoł, hag e ra da bep hini kaout hervez e hent.

12  A-dra-sur Doue ne ra ket a zrougiezh, an Holl-C'halloudeg ne ziskar ket ar gwir.

13  Piv en deus roet dezhań evezherezh an douar? Piv en deus fiziet ennań ar bed?

14  Ma ne daolfe evezh nemet warnań e-unan, ma tennfe e Spered hag e c'hwezh,

15  pep kig a varvfe a-gevret, hag an den a zistrofe d'ar poultr.

16  Ma ec'h eus eta poell, selaou kement-se, ro da skouarn da vouezh va c'homzoł.

17  Ha ren a raio an hini a gasa ar reizhder? Hag e kondaoni an hini a zo gwirion er reizhder?

18  Piv a lavar d'ar rouaned: Drouk! ha d'ar brińsed: Fall!

19  Piv a ra van ebet eus ar re vras, ha n'anavez ket ar pinvidig muioc'h eget ar paour? Rak ez int holl oberoł e zaouarn.

20  En un taol e varvont; e-kreiz an noz ur bobl a zo brańsellet hag a dremen; an den galloudek a zo lamet hep bezań taolet gant un dorn.

21  Rak daoulagad Doue a zo war hentoł pep den, hag e sell ouzh e holl gammedoł.

22  N'eus na teńvalijenn na skeud ar marv e-lec'h ma c'hellfe en em guzhat ar vicherourien a zireizhder.

23  Ne sell ket re bell ouzh un den evit mont e barnedigezh gantań.

24  Bruzunań a ra ar c'halloudeien hep enklask, hag e laka reoł all en o lec'h,

25  dre ma'c'h anaveze o oberoł. O diskar a ra da noz, hag ez int bruzunet.

26  O skourjezań a ra evel tud fall war-wel d'an holl,

27  dre ma'z int en em zistroet dioutań, ha n'o deus prederiet hini ebet eus e holl hentoł,

28  en doare m'o deus graet da c'harm ar paour sevel betek ennań, hag en deus klevet garm ar re c'hlac'haret.

29  Ma ro ehan, piv a gondaono? Ma kuzh e zremm, piv a sello outań? E-keńver ur bobl pe e-keńver un den, evel-se e ra,

30  evit na reno ket an den dizoue, ha na vo ket ur pech d'ar bobl.

31  Daoust hag en deus lavaret da Zoue: Poan am eus bet, ne bec'hin ken,

32  diskouez din ar pezh na welan ket, mar em eus graet traoł direizh, ne rin ken?

33  Ha bez' e vefe eta hervez da sońjoł e tle bezań kastizet an droug? Diskouezet ec'h eus displijadur. Dit eo da lavarout, n'eo ket din-me. Lavar ar pezh a ouzout.

34  An dud boellek a lavaro ganin, kenkoulz ha pep den fur en devo va selaouet:

35  Job ne gomz ket gant anaoudegezh, e gomzoł a zo dibourvez a skiant.

36  Ra vo amprouet Job betek an diwezh, p'en deus respontet evel ar re fallakr.

37  Lakaat a ra an disentidigezh en tu-hont d'e bec'hed, hag e stlak e zaouarn en hon touez, hag e komz muioc'h-muiań a-enep Doue.

 

Pennad 35

1  Elihu a gendalc'has o lavarout:

2  Hag ec'h eus sońjet emań ar gwir ganit p'ec'h eus lavaret: Me a zo reizh dirak Doue,

3  ha p'ec'h eus lavaret: Petra a zeufe din, petra a c'hounezfen o chom hep pec'hiń?

4  Respont a rin dit em c'homzoł, ha da'z mignoned war-un-dro.

5  Sell ouzh an neńvoł hag arvest, evesha ouzh ar c'houmoul, uheloc'h int egedout.

6  Mar pec'hez, petra a rez a-enep Doue? Pa liesa da bec'hedoł, petra a rez dezhań?

7  Mard out reizh, petra a roez dezhań? Petra a zegemer eus da zorn?

8  Da un den eveldout eo e c'hell da fallagriezh noazout, da vab an den eo e c'hell bezań da reizhder talvoudus.

9  Krial a reer dindan pouez ar mac'homerezh, krial a reer dindan brec'h ar re vras,

10  ha den ne lavar: Pelec'h emań Doue, va c'hrouer, a ro da ganań en noz,

11  a gelenn ac'hanomp gwelloc'h eget loened an douar, hol laka da vezań furoc'h eget laboused an neńvoł?

12  Krial a reont ha n'int ket selaouet, en abeg da lorc'h ar re zrouk.

13  Doue ne selaou ket an hini n'eo nemet gaou, an Holl-C'halloudeg ne ra ket van outań.

14  Petra bennak ma lavarez na welez ket anezhań, ar varn a zo dirazań: gortoz anezhań!

15  Ha bremań, dre na gastiz ket e gounnar, ha dre na zalc'h ket kont eus ar follentez,

16  en aner en deus Job digoret e c'henoł, ha berniet en deus lavarioł war lavarioł hep skiant.

 

Pennad 36

1  Elihu a gendalc'has o lavarout:

2  Gortoz ur pennad hag e kelennin ac'hanout, rak gerioł am eus c'hoazh evit kaoz Doue.

3  Tennań a rin a-bell va gouiziegezh, hag e tifennin reizhder va c'hrouer.

4  A-dra-sur va lavarioł n'int ket gevier, an den a gomz dit en deus un anaoudegezh peurvat.

5  Doue a zo galloudek, met ne zispriz den ebet, galloudek eo dre nerzh e galon.

6  Ne lez ket bevań an den fallakr, hag e ro e wir d'an ezhommeg.

7  Ne lam ket e zaoulagad diwar ar re reizh, o lakaat a ra gant ar rouaned war an tron, ober a ra dezho azezań da viken, hag ez int uhelaet.

8  Mard int ereet gant chadennoł, mard int endalc'het gant ar glac'har,

9  e ro da anavezout dezho ar pezh o deus graet, o fec'hedoł hag o lorc'h.

10  Neuze e tigor o divskouarn d'ar gentel, hag e lavar dezho distreiń diouzh an droug.

11  Mar selaouont ha mar servijont anezhań, ec'h echuint o deizioł en eurvad, hag o bloavezhioł el levenez.

12  Ma ne selaouont ket, e vint lazhet gant barvenn ar c'hleze, hag e varvint hep anaoudegezh.

13  Ar re zizoue en o c'halon en em laka da gounnariń, ne griont ket dezhań pa ere anezho.

14  O ene a varvo en e yaouankiz, o buhez a echuo evel hini ar c'hastaouerien.

15  Saveteiń a ra an ezhommeg eus e c'hlac'har, hag e kelenn anezhań dre e boan.

16  Da lamet en defe er-maez eus genoł an anken, er frankiz, pell eus pep enkrez, da daol a vefe bet kempennet, goloet a zruzoni,

17  met ec'h eus kaset warnout barnioł an den drouk; ar varn hag ar gwir a drec'ho.

18  Laka evezh na raio ket ar gounnar dit droukpediń, neuze un dic'haou bras ne c'hello ket da zieubiń.

19  Hag e rafe van eus da binvidigezhioł? Nag eus an aour, nag eus da c'halloud bras.

20  Na c'hoanta ket an noz, pa vez tapet ar pobloł en o lec'h.

21  Diwall da zistreiń d'an direizhder, rak gwelloc'h eo ganit ar glac'har egetań.

22  Setu Doue a zo uhelaet dre e c'halloud, piv a c'hellfe kelenn eveltań?

23  Piv a ziskouez dezhań e hent? Piv a c'hell lavarout dezhań: Graet ec'h eus un direizhder?

24  Az pez sońj da veuliń e oberennoł, a zo bet kanet gant an dud;

25  pep den a arvest outo, pep den o gwell a-bell.

26  Setu, Doue a zo uhelaet, ha n'anavezomp ket anezhań, niver e vloavezhioł... nikun ne c'hell e niveriń.

27  Tennań a ra an takennoł dour, hag e c'hlizhennont e glav e-kreiz ar vrumenn,

28  ar c'hoabr a ra dezhań redek ha strilhań druz war an dud.

29  Piv a c'hell kompren displeg ar c'hoabr, ha trouz e deltenn?

30  Setu, astenn a ra en-dro dezhań e sklźrijenn, hag e c'holo donder ar morioł.

31  Evel-se eo e varn ar pobloł, hag e ro boued e-leizh.

32  Derc'hel a ra kuzhet en e zorn ar sklźrijenn, hag e c'hourc'hemenn dezhi skeiń.

33  E gurun a gas keloł diwar e benn, santout a ra an tropell e zonedigezh.

 

Pennad 37

1  Va c'halon a gren a gement-se, hag e lamm er-maez eus e lec'h.

2  Selaouit, selaouit trouz e vouezh ha ar soroc'herezh o tont eus e c'henoł.

3  E gas a ra dindan an holl neńvoł, e luc'hed a ya betek pennoł pellań an douar.

4  War e lerc'h e kroz ur vouezh, kuruniń a ra gant e vouezh meurdezus, n'espern ket e luc'hed pa strak e vouezh.

5  Doue a gurun gant e vouezh en un doare burzhudus, ober a ra traoł bras na gomprenomp ket.

6  Lavarout a ra d'an erc'h: Kouezh war an douar, hag ivez d'ar barrad-glav, zoken d'ar pilad-dour.

7  Lakaat a ra ur siell war zorn an holl dud, en doare ma ouezo an holl dud ez int e grouadurien.

8  Al loened en em denn d'o zoulloł, hag e chomont en o lec'hioł.

9  Ar barrad-avel a zeu eus donder ar c'hreisteiz, ar yenijenn a zeu eus avel an hanternoz.

10  Gant e c'hwezh Doue a ra ar skorn, hag an dour en em astenne a zo strishaet.

11  Kargań a ra ar c'hoabr eus glebor, hag e stlabez ar c'houmoul gant e sklaerder.

12  Ober a ra dezho treiń a bep tu hervez e renadur, evit ma raint ar pezh a c'hourc'hemenno dezho war-c'horre an douar poblet.

13  Pe evit kastizań, pe evit lakaat an douar frouezhus, pe evit bezań trugarezus, o laka da zont.

14  Ro da skouarn da gement-se, Job, chom peoc'h hag evesha ouzh burzhudoł Doue.

15  Ha gouzout a rez pa en deus o fichet Doue, ha graet d'al luc'hed lugerniń en e c'hoabr?

16  Hag anavezout a rez kempouez ar c'houmoul, burzhudoł an hini a zo peurvat en anaoudegezh?

17  Perak e teu da zilhad da vezań tomm pa ro diskuizh d'an douar gant avel ar c'hreisteiz?

18  Hag astennet ec'h eus gantań an neńvoł, start evel ur melezour metal teuzet?

19  Desk deomp ar pezh a lavarimp dezhań, rak n'oufemp ket komz en abeg d'hon teńvalijenn.

20  Hag e vez lavaret dezhań pa gomzan? Biskoazh den a felle dezhań bezań lonket!

21  Ha bremań den ne c'hell sellout ouzh an heol o skediń e-kreiz ar c'houmoul, p'en deus an avel tremenet hag o c'haset kuit,

22  pa deu evel aour splann eus an hanternoz. Bez' ez eus e Doue ur veurded spontus!

23  An Holl-C'halloudeg, ne c'hellomp ket e dapout; uhelaet eo e galloud, e barnedigezh, e reizhder, ha ne wask den.

24  Setu perak an dud a zouj anezhań. Ne sell ket ouzh ar re a zo fur a galon.

 

Pennad 38

Respont an AOTROU da Job

1  Hag an AOTROU a respontas da Job eus kreiz ar gorventenn o lavarout:

2  Piv eo an hini a deńvala an ali dre gomzoł diskiant?

3  Gouriz da lounezhi bremań evel un den kalonek, rak da c'houlennata a rin hag am c'helenni.

4  Pelec'h e oas pa daolen diazezoł an douar? Lavar eta, ma ec'h eus poell.

5  Piv en deus reizhet e vuzulioł dezhań, mar henn anavez? Piv en deus astennet ar gordenn warnań?

6  War betra eo sanket e sichennoł? Piv en deus lakaet e vaen-korn,

7  pa gane a-unvan stered ar mintin hag e laoske kriadennoł a levenez holl vibien Doue?

8  Piv en deus endalc'het ar mor gant dorojoł, p'en deus strinket er-maez eus ar mammog,

9  pa em eus lakaet dezhań ar goabrenn evit gwiskamant hag an deńvalijenn evit mailhuroł,

10  pa em eus urzhiet va reolenn warnań ha lakaet morailhoł ha dorojoł dezhań,

11  ha pa em eus lavaret dezhań: Betek amań e teui ha ned i ket pelloc'h, amań e paouezo lorc'h da goummoł?

12  Abaoe ma'z out er bed, ha gourc'hemennet ec'h eus d'ar mintin ha merket da c'houloł-deiz e lec'h,

13  evit ma krogo e pennoł pellań an douar ha ma vo ar re fallakr kaset kuit,

14  evit ma kemmo a zoare an douar evel pri dindan ar siell, evit ma savo pep tra evel evit gwiskań un dilhad,

15  evit ma vo lamet diganto sklźrijenn ar re zrouk ha ma vo torret ar vrec'h a sav?

16  Hag aet out betek mammennoł ar mor, ha kerzhet ec'h eus war fońs an donder?

17  Ha dizoloet eo bet dit dorojoł ar marv? Ha gwelet ec'h eus dorojoł skeud ar marv?

18  Ha komprenet ec'h eus ledennad an douar? Mar anavezez kement-se, disklźr!

19  Pelec'h emań hent chomlec'h ar gouloł? Pelec'h emań chomlec'h an deńvalijenn,

20  ma'z i da dapout anezhi d'he harzoł ha ma'c'h anavezi hent he zi.

21  Gouzout a rez kement-se, rak e voes ganet neuze, ha niver da zeizioł a zo bras!

22  Hag aet out betek teńzorioł an erc'h? Ha gwelet ec'h eus teńzorioł ar grizilh,

23  a zalc'han evit amzer an enkrez, evit deiz ar brezel hag an emgann?

24  Dre betore hent en em lodenn ar sklźrijenn, hag en em skuilh avel ar sav-heol war an douar?

25  Piv en deus digoret un dreuzenn d'an dour-beuz, hag un hent da luc'hed ar c'hurun,

26  evit lakaat da c'hlaviań war un douar hep tud, war ur gouelec'h n'eus den ebet ennań,

27  evit dourań lec'hioł digenvez ha glac'haret, hag ober diwanań ha lakaat ar geot da zont er-maez?

28  Hag en deus ar glav un tad? Piv a c'han an takennoł glizh?

29  Eus peseurt kof eo deuet ar skorn? Piv a c'han rev an neńv,

30  evit m'en em stlabez an doureier troet e mein, ha ma kaleta gorre an donder?

31  Hag e c'hellez skoulmań ereoł ar Yarad-pońsined, pe distagań chadennoł an Orion?

32  Hag e c'hellez kas er-maez ar steredegoł en o amzer, ha ren ar C'harr-kamm gant e re vihan?

33  Hag ec'h anavezez reolennoł an neńvoł, hag ec'h urzhiez o renadur war an douar?

34  Ha sevel a rez da vouezh etrezek ar c'houmoul evit gervel doureier bras da'z koleiń?

35  Hag e kasez luc’hed? Hag ez eont o lavarout dit: Setu ni amań?

36  Piv en deus lakaet ar furnez er c'hreizon, hag ar poell er galon?

37  Piv a c'hell niveriń ar c'houmoul gant furnez, piv a c'houllonder seier-lźr an neńvoł,

38  pa'z eo mesket ar poultr evit dont fank, pa'z eo berniet ar moudennoł?

39  Hag e hemolc'hez evit al leon e breizh, hag e torrez naon al leonedigoł

40  pa'z int gourvezet en o zoulloł, pa chomont war-c'hed en o lec'hioł.

41  Piv a fich d'ar vran he boued pa gri e re vihan etrezek Doue ha pa nijont amań hag ahont hep netra da zebriń?

 

Pennad 39

1  Ha gouzout a rez ar c'houlz ma c'han ar givri-menez? Hag ec'h eus arsellet pegoulz e kolen an heizezed?

2  Ha niveret ec'h eus ar mizoł ma tougont? Ha gouzout a rez ar c'houlz ma c'hanont?

3  Plegań a reont hag e c'hanont, hag ez int dieubet eus o gwentloł,

4  o re vihan a greńva, kreskiń a reont er parkeier, mont a reont kuit ha ne zistroont ket d'o c'havout.

5  Piv en deus laosket an azen gouez en e frankiz? Piv en deus diereet liammoł an azen gouez?

6  Roet em eus dezhań ar gouelec'h da chomlec'h, an douar sall da di.

7  C’hoarzhin a ra eus trouz kźr, ne glev ket huadoł ar blenier.

8  Redek a ra war ar menezioł, amań eo e beurvan, klask a ra glazadurioł a bep seurt.

9  Hag e fell d'ar bual da servijout? Hag e tremen an noz ez kraou?

10  Ha stagań a rez ar bual gant ur gordenn evit arat? Hag e freuz moudennoł an traoniennoł evidout?

11  Ha fiziout a rez ennań dre ma'z eo bras e nerzh? Hag e lezez dezhań preder da labour?

12  Ha fiziout a rez ennań evit dastum da c'hreun, hag o berniań war da leur?

13  Askell ar struskańval a fińv laouen, met n'eo ket heńvel ouzh askell ar c'hwibon.

14  Lezel a ra e vioł war an douar, evit bezań tommet gant ar poultr,

15  hag ec'h ankounac'ha e c'hell un troad o mac'hań, pe ul loen eus ar parkeier o moustrań.

16  Kalet eo e-keńver e re vihan evel pa ne vijent ket e re: e labour a zo didalvez, met van ebet ne ra a gement-se,

17  rak Doue n'en deus ket roet ar furnez dezhań, na kennebeut ar poell.

18  Pa sav ha pa sko gant e eskell, e ra goap eus ar marc'h hag eus e marc'heger.

19  Ha roet ec'h eus d'ar marc'h e nerzh? Ha goloet ec'h eus e c'houzoug a voue?

20  Hag e c'hellez ober dezhań lammat evel ar c'hilhog-raden? E c'hwirinadenn a zo spontus.

21  Toullań a ra an douar hag e laouena eus e nerzh. Mont a ra a-raok ar vrezelourien.

22  C'hoarzhin a ra eus an aon, n'eo ket spontet, ne gil ket dirak ar c'hleze.

23  Warnań e tregern ar c'hlaouier-biroł, hag e lugern ar goaf hag ar speg.

24  Lonkań a ra an douar gant birvidigezh ha taerder, ne zalc'h ket pa son ar shofar.

25  Pa glev ar shofar, e lavar: War-raok! A-bell e c’hwesha an emgann, mouezh kreńv ar pennoł hag ar c'harmadeg.

26  Hag eo dre da boell e nij ar sparfell hag e tispleg he divaskell war-zu ar c'hreisteiz?

27  Ha gant da urzh eo e sav an erer hag e laka e neizh war an uhelderioł?

28  Emań o chom war ar reier hag en em zalc'h eno, war dant ur roc'h emań e greńvlec'h.

29  Ac'hane e c'hed e breizh, er pellder e sell e zaoulagad.

30  E re vihan a ev gwad, hag e-lec'h ma vez korfoł-marv, eno emań an erer.

 

Pennad 40

1  An AOTROU a gendalc'has da respont da Job o lavarout:

2  Ar rendaeler, daoust hag e vreutaio gant an Holl-C'halloudeg? An hini a dabut gant Doue, daoust hag e responto da gement-se?

Respont Job d'an AOTROU

3  Job a respontas d'an AOTROU o lavarout:

4  Setu, displed on, petra a respontin dit? Lakaat a rin va dorn war va genoł.

5  Komzet em eus ur wech, ha ne respontin ken. Komzet em eus div wech, ha ne lavarin netra ouzhpenn.

Respont an AOTROU da Job

6  Hag an AOTROU a respontas da Job eus kreiz ar gorventenn o lavarout:

7  Gouriz da lounezhi bremań evel un den kalonek, rak da c'houlennata a rin hag am c'helenni.

8  Hag e kasi da netra va barnedigezh? Hag e kondaoni ac'hanon evit ma vi reishaet?

9  Hag ec'h eus ur vrec'h evel hini Doue? Ha kuruniń a rez gant da vouezh eveltań?

10  Ha bremań, en em fich gant kaerder ha braster, gwisk meurdez ha splannder,

11  skuilh koummoł da gounnar, izela gant da sell an holl re lorc'hus,

12  taol d'an traoń gant da sell an holl re lorc'hus, bruzun an holl re fallakr war al leurenn,

13  skoach anezho holl a-gevret er poultr, dastum o dremm en deńvalijenn!

14  Neuze me ivez az meulo, rak e vi bet dieubet gant da zorn dehou.

15  Sell ouzh ar Behemod, am eus graet koulz ha te, debriń a ra geot evel an ejen.

16  Sell, emań e nerzh en e lounezhi, hag e greńvder e kigennoł e gof.

17  Sevel a ra e lost evel ur sedrezenn, nervennoł e zivorzhed a zo kenweet.

18  E eskern a zo korzennoł arem, e izili a zo barennoł houarn.

19  Pennoberenn hentoł Doue eo, e grouer en deus roet e gleze dezhań.

20  Ar menezioł a zoug evitań o geot, e-lec'h m'emań o c'hoari holl loened ar parkeier.

21  Gourvezet eo dindan al lotuz, kuzhet gant ar c'horz hag ar c'heun.

22  Al lotuz e c'holo gant o skeud, haleg ar froud a zo en-dro dezhań.

23  Pa zic'hlann ar stźr ned a ket kuit, n'en defe ket nec'h pa savfe ar Jordan betek e c'henoł.

24  Hag e vo kemeret dre e zaoulagad? Hag e vo toullet e zivfron gant ur stign?

 

Pennad 41

1  Hag e tenni al leviatan gant un higenn? Hag e krogi en e deod gant ur gordenn?

2  Hag e lakai ur vroenenn en e zivfron? Hag e toulli e javed gant ur c'hrog?

3  Hag e kaso dit kalz a aspedennoł? Hag e lavaro dit komzoł dous?

4  Hag e raio un emglev ganit? Hag e kemeri anezhań evel servijer da viken?

5  Hag e c'hoarii gantań evel gant ul labous? Hag e stagi anezhań evit da verc'hed?

6  Hag e chervado da genseurted gant e c'hig? Hag e rannint anezhań etre marc'hadourien?

7  Hag e toulli e groc'hen gant biroł, hag e benn gant un treant?

8  Laka warnań da zorn, sońj en emgann, ha ne zistroi ket.

9  Setu, pep esperańs d'e zapout a vefe touellet. Ha n'omp ket taolet d'an douar o welout anezhań?

10  N'eus den kalonek a-walc'h evit e zihuniń. Piv neuze en em zalc'hfe en e sav dirazon?

11  Piv en deus roet din en a-raok, ma roan dezhań en-dro? Kement a zo dindan an neńvoł a zo din.

12  Ne davin ket diwar-benn e izili, diwar-benn e nerzh bras, diwar-benn kaerder e framm.

13  Piv a c'hell dizoleiń gorre e c'holoenn? Piv a c'hell mont etre e ziv javed?

14  Piv a c'hell digeriń dorojoł e c'henoł? Ar spont en em zalc'h en-dro d'e zent.

15  E skoedoł galloudus a zo e lorc'h, kloz int ha siellet mat,

16  stekiń a reont unan ouzh egile, an avel ne dremen ket etrezo,

17  stag int an eil ouzh egile, en em zerc'hel a reont, ne c'hellont ket bezań dispartiet.

18  E streviadennoł a daol ur sked a sklźrijenn, e zaoulagad a zo evel malvennoł ar gouloł-deiz.

19  Flammennoł a zeu eus e c'henoł, fulennoł a dec'h dioutań.

20  Eus e zivfron e teu ur vogedenn, evel eus ul lestr o verviń pe eus ur gaoter.

21  E anal a enaou glaouennoł, ur flamm a zeu er-maez eus e c'henoł.

22  En e c'houzoug emań an nerzh, ar spont a gerzh a-raok dezhań.

23  Plegoł e gig a zo stag an eil ouzh egile, frammet start warnań ha divrall.

24  E galon a zo kalet evel ur maen, kalet evel ar maen-milin a-zindan.

25  Pa sav, e kren ar re greńvań, dinerzhań a reont gant ar spouron.

26  Pa dostaer outań, ar c'hleze ne servij da netra, nag ar goaf, nag ar speg, nag an hobregon.

27  Sellout a ra ouzh an houarn evel ouzh ar plouz, hag ouzh an arem evel ouzh koad brein.

28  Ar bir ne laka ket anezhań da dec'hout, mein ar vatalm a zo evel plouz evitań,

29  horzh a zo evel ur c'heotenn, c'hoarzhin a ra gant trouz ar c'hlezeier.

30  E gof en deus darbodoł lemm, pa c'hourvez ec'h astenn evel ogedoł war al lec'hid.

31  Lakaat a ra an donder da verviń evel ur gaoter, hag e ra d'ar mor bezań evel lestr ur porfumer.

32  Lezel a ra war e lerc'h un hent skedus, en doare ma vefe kemeret an donder evel blev gwenn.

33  N'eus ket e bar war an douar, graet eo bet evit n'en defe aon rak netra.

34  Gwelout a ra dindanań kement en em sav. Roue eo war holl loened lorc'hus

 

Pennad 42

Respont Job d'an AOTROU

1  Job a respontas d'an AOTROU o lavarout:

2  Gouzout a ran e c'hellez pep tra, ha ne c'hell den da herzel d'ober hervez da vennozh.

3  Piv eo an hini a deńvala ar c'huzul hep anaoudegezh? Evel-se em eus komzet diwar-benn traoł na gomprenen ket, traoł re vurzhudus evidon ha n'anavezen ket.

4  Selaou, me az ped, hag e komzin; da c'houlennata a rin hag am c'helenni.

5  Va skouarn he doa klevet komz diwarnout, met bremań va lagad en deus da welet.

6  Setu perak em eus euzh ouzhin, hag em eus keuz war ar poultr hag al ludu.

Job adsavet

7  Ha goude m'en doe lavaret an AOTROU ar c'homzoł-se da Job, e lavaras an AOTROU da Elifaz eus Teman: Va fulor a zo entanet a-enep dit hag a-enep da zaou vignon, rak n'hoc'h eus ket komzet diwarnon en un doare reizh, evel va servijer Job.

8  Ha bremań kemerit ganeoc'h seizh kole ha seizh tourz, hag it da gavout va servijer Job, ha kinnigit ul loskaberzh evidoc'h hoc'h-unan. Ra bedo va servijer Job evidoc'h. Rak ne rin van nemet outań, evit na rin ket deoc'h hervez ho follentez, rak n'hoch eus ket komzet diwarnon en un doare reizh, evel va servijer Job.

9  Elifaz eus Teman, Bildad eus Shuak, Zofar eus Naama a yeas hag a reas hervez m'en doa lavaret an AOTROU dezho. Hag an AOTROU a reas van ouzh dremm Job.

10  Hag an AOTROU a dennas Job er-maez eus e brizonerezh p'en doe pedet evit e vignoned. An AOTROU a greskas kement en doa bet Job d'an daougement.

11  E holl vreudeur, e holl c'hoarezed, an holl re a anaveze anezhań gwechall a zeuas hag a zebras gantań bara en e di. Hag e truezjont outań hag en frealzjont diwar-benn an holl droug en doa lakaet an AOTROU da zont warnań. Hag e rojont dezhań pep hini ur pezh arc'hant ha pep hini ur walenn aour.

12  An AOTROU a vennigas amzer diwezhań Job muioc'h eget e amzer gentań. Hag e perc'hennas pevarzek mil dańvad, c'hwec'h mil kańval, mil koublad ejened ha mil azenez.

13  Hag en doe seizh mab ha teir merc'h.

14  Hag ec'h anvas an hini gentań Jemima, an eilvet Kezia, an deirvet Keren-Happuk.

15  Ne voe ket dre ar vro a-bezh maouezed kaeroc'h eget merc'hed Job. O zad a roas dezho un hźrezh e-touez o breudeur.

16  Job a vevas goude an traoł-se kant daou-ugent vloaz, hag e welas e vibien ha mibien e vibien betek ar pevare rummad.

17  Ha Job a varvas oadet ha gwalc’het a zeizioł.