LEVR AR PROFED

JOEL

 

Pennad 1

1  Komz an AOTROU a voe disklźriet da Joel mab Petuel.

2  Selaouit kement-mań, henaourien! Roit ho skouarn, c'hwi holl dud ar vro! Ha c'hoarvezet eo un dra bennak heńvel en ho teizioł pe e deizioł ho tadoł?

3  Danevellit kement-se d'ho mibien, hag ho mibien d'o mibien, hag o mibien d'ar rummad war-lerc'h.

4  Ar c'hilhog-raden en deus debret nemorant ar c'hwil-derv, ar viskoulenn he deus debret nemorant ar c'hilhog-raden, ar preńvig en deus debret nemorant ar viskoulenn.

5  Dihunit, mezvierien, ha gouelit! Ha c'hwi holl, everien gwin, garmit en abeg d'ar gwin nevez, rak lamet eo eus ho kenoł.

6  Rak ur vroad galloudus ha diniver a zo pignet a-enep va bro. He dent a zo evel re ul leon, hag he deus javedoł evel ul leonez.

7  Lakaet he deus va gwinienn da vezań ur glac'har, ha va fiezenn ur wasterezh. O diskaret ha diwisket he deus, ar skourroł a zo deuet gwenn.

8  Hirvoud evel ur werc'hez gourizet gant ur sac'h abalamour da bried he yaouankiz.

9  An donezon hag an evadkinnig a zo lamet eus ti an AOTROU, an aberzhourien, servijerien an AOTROU, a zo e kańv.

10  Ar parkeier a zo wastet, an douar a zo e kańv, rak ar gwinizh a zo wastet, ar gwin a zo aet da hesk, hag ez eus diouer a eoul.

11  Labourerien-douar, bezit mezhek; gwinierien, garmit en abeg d'ar gwinizh ha d'an heiz: rak kollet eo eost ar parkeier.

12  Ar winienn a zo disec'het, ar fiezenn a zo klańv, ar c'hreunavalenn, ar balmezenn, an avalenn, holl wez ar parkeier a zo disec'het. Al levenez a zo ehanet e-touez mibien an dud.

13  En em c'hourizit ha dougit kańv, aberzhourien! Hirvoudit, servijerien an aoter! Deuit ha tremenit an noz gwisket a seier, servijerien va Doue! Rak difennet eo ouzh an donezon hag an evadkinnig dont e ti ho Toue.

14  Santelait ur yun, galvit ur vodadeg veur, dastumit an henaourien hag holl dud ar vro e ti an AOTROU ho Toue, hag huchit etrezek an AOTROU:

15  Siwazh! Pebezh devezh! Rak devezh an AOTROU a zo tost, dont a ra evel ur freuz a-berzh an Holl-C'halloudeg.

16  Ar boued, ha n'eo ket lamet kuit a-zindan hon daoulagad, hag ar joa hag al levenez eus ti hon Doue?

17  Ar greun a zo breinet dindan o moudennoł, ar solieroł a zo gwastet, ar grańjoł a zo distrujet, an ed a zo kollet.

18  Pegement e huanad al loened! An tropelloł ejened a zo mantret, dre ma n'o deus ket a beurvan. An tropelloł deńved zoken a zo brevet.

19  AOTROU, krial a ran war-zu ennout! An tan en deus devet peurvanoł ar gouelec'h, hag ar flamm en deus lonket holl wez ar parkeier.

20  Loened ar parkeier a gri ivez war-zu ennout, rak ar gwazhioł-dour a zo disec'het, hag an tan en deus devet peurvanoł ar gouelec'h.

 

Pennad 2

1  Sonit ar shofar e Sion, grit dezhań tregerniń war va menez santel, ra greno holl dud ar vro, rak devezh an AOTROU a zeu, tost emań,

2  devezh a deńvalijenn hag hep gouloł, devezh a goumoul hag a goabr. Evel m'en em astenn ar gouloł-deiz war ar menezioł, setu ur bobl vras ha galloudus, evel n'eus ket bet en holl amzerioł, hag evel na vo ken war he lerc'h a oad da oad.

3  An tan a zebr dirazo, hag ar flamm a lonk war o lerc'h. A-raok dezho e oa ar vro ul liorzh Eden, ha war o lerc'h eo ur gouelec'h spontus. Ha n'eus netra hag a c'hellfe tec'hout diganto.

4  O doare a zo evel doare kezeg, hag e redont evel marc'hegerien.

5  Evel trouz kirri ez int pa lammont war lein ar menezioł, evel trouz ur flamm-tan o lonkań plouz, evel ur bobl galloudek renket evit ar brezel.

6  Dirazo e kreno ar pobloł, an holl zremmoł a zrouklivo.

7  Redek a raint evel brezelerien, pignat a raint war ar mogerioł evel tud a vrezel, kerzhout a raint pep hini en e renk, ne bellaint ket diouzh o hent.

8  An eil ne vounto ket egile, pep hini a ya gant e hent, en em deurel a raint a-dreuz ar goafioł hep bezań gloazet.

9  Hag en em strewint e kźr, o redek war ar mogerioł, o pignat war an tiez, hag o vont dre ar prenestroł evel laeron.

10  An douar a greno dirazo, an neńvoł a vo brańsellet, an heol hag al loar a deńvalaio, hag ar stered a serro o lugern.

11  Hag an AOTROU a raio klevout e vouezh dirak e arme, rak e gamp a zo bras-kenań; sevener e gomz a zo galloudus. A-dra-sur ez eo bras ha spontus devezh an AOTROU, ha piv a c'hello chom en e sav?

12  Ha bremań c'hoazh, eme an AOTROU, distroit din a holl galon, gant yun, daeroł ha klemmvanoł.

13  Rogit ho kalonoł ha nann ho tilhad, distroit d'an AOTROU ho Toue, rak trugarezus ha truezus eo, gorrek da gounnariń ha pinvidik e madelezh, ha keuz en deus da vezań kaset glac'har.

14  Piv a oar ha ne zistroio ket ha n'en devo ket keuz, ha ne lezo ket ur vennozh war e lerc'h, un donezon hag un evadkinnig evit an AOTROU ho Toue?

15  Sonit ar shofar e Sion, santelait ur yun, galvit ur vodadeg veur.

16  Dastumit ar bobl, santelait ar vodadenn, dastumit an henaourien, dastumit ar vugale hag ar re a zen ar vronn. Ra zeuio ar gwaz-nevez eus e gambr hag ar plac'h-nevez eus he c'hambrig.

17  Ra ouelo etre ar porched hag an aoter an aberzhourien a ra servij an AOTROU, ha ra lavarint: AOTROU, espern da bobl! Na ro ket da hźrezh d'an dismegańs ha da c'hoap ar broadoł. Perak e vefe lavaret e-touez ar pobloł: Pelec'h emań o Doue?

18  An AOTROU a zo gwarizius evit e vro, ha trugarezus e-keńver e bobl.

19  Hag an AOTROU a responto hag a lavaro d'e bobl: Setu ez an da gas deoc'h gwinizh, gwin hag eoul, hag ho po ho kwalc'h, ha n'ho roin ken d'an dismegańs e-touez ar broadoł.

20  Pellaat a rin diouzhoc'h enebour an hanternoz, hag e kasin anezhań kuit d'ur vro sec'h ha glac'haret, e rakward etrezek mor ar sav-heol, hag e ward-adreńv etrezek mor ar c'huzh-heol. Hag e vreinadurezh a savo, hag e flaer a savo, rak en deus graet traoł bras.

21  Na'z pez ket aon, douar! Trid ha laouena, rak an AOTROU a raio traoł bras.

22  N'ho pet ket aon, loened ar parkeier! Rak peurvanoł ar gouelec'h a adc'hlazo, ar gwez a zougo o frouezh, ar fiezenn hag ar winienn a roio o finvidigezhioł.

23  Ha c'hwi, mibien Sion, tridit ha laouenait en AOTROU ho Toue, rak e ro deoc'h glav ar c'hentań amzer hervez an direizhder, hag e kas deoc'h ur glav fonnus eus ar c'hentań hag eus an diwezhań amzer, evel gwechall.

24  Al leurioł a vo leun a winizh, hag ar beolioł a fenno a win hag a eoul.

25  Me a roin deoc'h en-dro ar bloavezhioł a zo bet debret gant ar c'hilhog-raden, ar viskoulenn, ar preńvig, ar c'hwil-derv, va arme vras am boa kaset a-enep deoc'h.

26  Debriń a reot hag ho po ho kwalc'h, hag e veulot anv an AOTROU ho Toue, en devo graet en ho keńver traoł burzhudus. Ha va fobl ne vo biken mezhek.

27  Gouzout a reot ez on e-kreiz Israel, hag ez on an AOTROU ho Toue, ha n'eus hini all ebet. Ha va fobl ne vo biken mezhek.

28  Hag e c'hoarvezo goude an traoł-se ma skuilhin va Spered war bep kig, ho mibien hag ho merc'hed a brofedo, ho tud kozh o devo huńvreoł hag ho tud yaouank o devo gweledigezhioł.

29  En deizioł-se e skuilhin va Spered zoken war ar servijerien ha war ar servijerezed.

30  Burzhudoł a rin en neńvoł ha war an douar, gwad, tan ha peulioł a voged.

31  An heol a vo troet e teńvalijenn hag al loar e gwad, a-raok ma teuio deiz bras ha spontus an AOTROU.

32  Hag e c'hoarvezo ma vo salvet piv bennak a c'halvo anv an AOTROU, rak ar silvidigezh a vo war Venez Sion hag e Jeruzalem, evel m'en deus lavaret an AOTROU, hag e-touez an nemorant a vo galvet gant an AOTROU.

 

Pennad 3

1  Rak setu, en deizioł-se hag en amzer-se, pa lakain da zistreiń harluidi Juda ha Jeruzalem,

2  e tastumin an holl vroadoł, hag e rin dezho diskenn da draonienn Jozafad, hag eno ez in e barnedigezh ganto diwar-benn va fobl ha va hźrezh Israel o deus stlabezet e-touez ar broadoł, ha diwar-benn va bro o deus lodennet.

3  Tennet o deus d'ar sord va fobl, roet o deus ar paotrig evit ur c'hast, gwerzhet o deus ar plac'hig evit gwin o deus evet.

4  Ha c'hi ivez Tir ha Sidon, ha c'hwi rannvroioł ar Filistined, petra a c'houlennit ouzhin? Hag e fell deoc'h henn talvezout din? Mar fell deoc'h henn talvezout din, e rin d'ho kopr kouezhań buan ha raktal war ho penn.

5  Rak kemeret hoc'h eus va arc'hant ha va aour, ha kaset hoc'h eus d'ho temploł va zeńzorioł prizius.

6  Gwerzhet hoc'h eus mibien Juda ha mibien Jeruzalem da vibien Javan, evit o fellaat diouzh o douar.

7  Setu e lakain anezho da zistreiń eus al lec'h ma hoc'h eus o gwerzhet, hag e rin d'ho kopr kouezhań war ho penn.

8  Gwerzhań a rin ho mibien hag ho merc'hed da vibien Juda, hag int o gwerzho d'ar Sabeaned, da ur bobl bell, rak an AOTROU en deus komzet.

9  Embannit kement-mań e-touez ar broadoł: Kempennit ar brezel, dihunit an dud kreńv, ra dostaio ha ra bigno an holl dud a vrezel!

10  Grit klezeier eus ho soc'hioł, ha goafioł eus ho filzier, ha ra lavaro an hini gwan: Me a zo kreńv.

11  Hastit ha deuit, c'hwi holl vroadoł a-ziwar-dro, en em zastumit. Eno, AOTROU, gra da'z tud kreńv diskenn!

12  Ra zihuno ar broadoł ha ra bignint da draonienn Jozafad, rak eno ec'h azezin evit barn an holl vroadoł a-ziwar-dro.

13  Lakait ar falz, rak darev eo an eost. Deuit ha mac'hit, rak ar waskerell a zo leun, ar beolioł a fenn, rak o fallentez a zo bras.

14  Engroezioł eo, engroezioł e traonienn ar varn, rak deiz an AOTROU a zo tost e traonienn ar varn.

15  An heol hag al loar a deńvalaio, hag ar stered a serro o lugern.

16  An AOTROU a yudo eus Sion, hag e vo klevet e vouezh eus Jeruzalem. An neńvoł hag an douar a vo brańsellet, met an AOTROU a vo ur vodenn evit e bobl hag an nerzh evit mibien Israel.

17  Gouzout a reot ez on an AOTROU ho Toue a zo o chom e Sion, menez va santelezh. Ha Jeruzalem a vo santel, hag an diavaezidi ne dremenint ken enni.

18  En deiz-se e tevero ar menezioł a win, al laezh a ruilho war ar c'hrec'hiennoł, an dour a redo en holl wazhioł Juda. Un eienenn a zeuio er-maez eus ti an AOTROU hag a zouraio traonienn Sitim.

19  An Ejipt a vo gwastet, Edom a vo ur gouelec'h spontus, en abeg d'an taerder e-keńver mibien Juda, m'o deus skuilhet o gwad didamall en o bro.

20  Met Juda a vo annezet da viken, ha Jeruzalem a oad da oad.

21  Hag e c'hlanain o gwad na'm boa ket glanaet, hag an AOTROU a vo o chom e Sion.