LEVR

JOZUE

 

Pennad 1

Jozue e penn Israel

1  Goude marv Moizez servijer an AOTROU, setu, an AOTROU a gomzas da Jozue mab Nun, servijer Moizez, o lavarout:

2  Moizez va servijer a zo marv. Bremań sav, tremen ar Jordan-mań, te hag an holl bobl-se, evit mont er vro a roan da vibien Israel.

3  Pep lec'h ma vac'ho sol ho treid warnań, a roan deoc'h, evel ma em eus lavaret da Voizez.

4  Ho harzoł a vo adalek an distro hag al Liban-mań, adalek ar stźr, ar stźr Eufratez, holl vro an Hitited, betek ar Mor Bras er c'huzh-heol.

5  Den ne zalc'ho dirazout e-pad holl zeizioł da vuhez; me a vo ganit evel ma'z on bet gant Moizez, ne zilaoskin ket ac'hanout, ne zilezin ket ac'hanout.

6  En em galoneka ha bez kreńv! Rak te eo a lakaio ar bobl-mań da berc'hennań ar vro am eus touet d'o zadoł reiń dezho.

7  En em galoneka ha bez kreńv-meurbet, evit ober diouzh an holl lezenn en deus kemennet dit Moizez va servijer; ne zistroi nag a-zehou nag a-gleiz, evit ober berzh dre holl ma'z i.

8  Ra ne bellaio ket al levr-mań eus al lezenn diouzh da c'henoł, prederiań a ri warnań deiz ha noz, evit ober diouzh kement a zo skrivet ennań, rak neuze e ri tro-vat ez hent, ha neuze e ri berzh.

9  Ha ne'm eus ket gourc'hemennet dit: En em galoneka ha bez kreńv? Na spont ket ha na'z pez ket aon, rak an AOTROU da Zoue a vo ganit dre holl ma'z i.

10  Neuze Jozue a roas urzhioł da ofiserien ar bobl o lavarout:

11  Tremenit e-barzh ar c'hamp ha roit urzhioł d'ar bobl o lavarout: Kempennit pourvezioł, rak a-benn tri devezh e tremenot ar Jordan-mań, evit mont da berc'hennań ar vro a ro deoc'h an AOTROU ho Toue da berc'hennań.

12  Jozue a gomzas ivez d'ar Rubeniz, d'ar C'hadiz ha da hanter-veuriad Manase o lavarout:

13  Ho pet sońj eus ar c'homzoł en deus gourc'hemennet deoc'h Moizez servijer an AOTROU o lavarout: An AOTROU ho Toue en deus roet diskuizh deoc'h hag en deus roet deoc'h ar vro-se.

14  Ho kwragez, ho pugaligoł hag ho loened a chomo er vro en deus roet deoc'h Moizez en tu-mań d'ar Jordan, met c'hwi holl, tud kadarn ha kreńv, a dremeno harnezet dirak ho preudeur, hag e sikourot anezho,

15  ken na roio diskuizh an AOTROU d'ho preudeur evel deoc'h, ha ken na berc'hennint int ivez ar vro emań an AOTROU ho Toue o vont da reiń dezho. Hag e tistroiot d'ar vro a zo deoc'h da berc'hennań anezhi, an hini en deus roet deoc'h Moizez servijer an AOTROU en tu- mań d'ar Jordan, war-zu ar sav-heol.

16  Hag e respontjont da Jozue o lavarout: Ni a raio kement ec'h eus gourc'hemennet deomp, ni a yelo e kement lec'h ma kasi ac'hanomp,

17  ni a sento ouzhit evel hon eus sentet ouzh Moizez. Nemet, ra vo an AOTROU da Zoue ganit evel ma'z eo bet gant Moizez.

18  Pep den a zisento ouzh da urzhioł ha na sento ket ouzh da gomzoł e kement ha ma c'hourc'hemenni deomp, a vo lakaet d'ar marv. Nemet, en em galoneka ha bez kreńv.

 

Pennad 2

Ar spierien kuzhet e Jeriko gant Rahab

1  Jozue mab Nun a gasas e kuzh eus Sitim daou spier o lavarout: Kit da spiań ar vro, ha Jeriko. Mont a rejont eta hag e teujont da di ur c'hast anvet Rahab, hag e kouskjont eno.

2  Hag e voe lavaret da roue Jeriko: Setu, tud a zo deuet en noz-mań a-douez mibien Israel, evit spiań ar vro.

3  Roue Jeriko a gasas da lavarout da Rahab: Kas er-maez an dud a zo deuet du-se hag a zo aet ez ti, rak deuet int evit spiań ar vro.

4  Ar vaouez a gemeras an daou zen hag a guzhas anezho; hag e lavaras: Gwir eo penaos an dud-se a zo deuet amań, met ne ouien ket a-belec'h e oant;

5  evel ma'z ae an nor da vezań serret diouzh an noz, an dud-se a zo aet er-maez; n'ouzon ket pelec'h ez int aet, hastit mont war o lerc'h, hag e tapot anezho.

6  Hi he doa o lakaet da bignat war an doenn hag o c'huzhet dindan korz lin lakaet ganti war an doenn.

7  An dud-mań a yeas war o lerc'h war hent ar Jordan betek ar roudouzioł, hag e voe prennet an nor goude ma oa aet kuit ar re a yae war o lerc'h.

8  A-raok mont da gousket, hi a bignas d'o c'havout war an doenn,

9  hag e lavaras dezho: Gouzout a ran en deus roet an AOTROU deoc'h ar vro, ha penaos ar spont dirazoc'h a zo kroget ennomp, ha penaos holl dud ar vro o deus kollet kalon abalamour deoc'h.

10  Rak klevet hon eus penaos en deus disec'het an AOTROU doureier ar Mor Ruz pa'z oc'h aet kuit eus an Ejipt, hag ar pezh hoc'h eus graet da zaou roue an Amoreaned a oa en tu all d'ar Jordan, e Sihon hag en Og, hag hoc'h eus lakaet da verz.

11  Klevet hon eus-se hag hor c'halon a zo teuzet ha n'eus ken a nerzh-kalon e den dirazoc'h, rak an AOTROU ho Toue a zo Doue en neńvoł en nec'h ha war an douar en traoń.

12  Bremań eta, touit din me ho ped, dre an AOTROU, penaos, evel ma em eus diskouezet madelezh en ho keńver, e tiskouezot ivez madelezh e-keńver ti va zad; roit din ur brouenn asur,

13  penaos e lezot da vevań va zad, va mamm, va breudeur, va c'hoarezed hag ar re holl a zo dezho, ha penaos e tiwallot hon eneoł eus ar marv.

14  Ar baotred a respontas: Hor buhezioł evit ho re ma ne zisklźriit ket hon afer. Pa roio deomp an AOTROU ar vro, e tiskouezimp madelezh ha fealded ez keńver.

15  O lakaat a reas da ziskenn gant ur gordenn dre ar prenestr, rak he zi a oa e moger-greńv; er voger-greńv e oa o chom.

16  Hi a lavaras: Kit war-zu ar menez, gant aon na zeufe ar re a zo aet war ho lerc'h d'ho tiarbenn, en em guzhit eno e-pad tri devezh, ken na vo distroet ar re a glask ac'hanoc'h, ha goude-se ez eot gant hoc'h hent.

17  Ar baotred a lavaras: Kuit e vimp eus al le ec'h eus graet deomp touiń evel-henn:

18  pa zeuimp er vro, e skoulmi ar gordennig a neud ruz-mouk-mań ouzh ar prenestr ma ez po hon lakaet da ziskenn drezań, hag e tastumi ganit ez ti da dad, da vamm, da vreudeur hag holl diegezh da dad.

19  Mard a unan bennak anezho er-maez eus dorojoł da di, e wad a vo war e benn ha ni a vo didamall, met evit ar re a vo ganit en ti, o gwad a vo war hor penn mar befe lakaet an dorn war unan bennak anezho.

20  Ha mar kontez hon afer, e vimp kuit eus al le ec'h eus graet deomp touiń.

21  Respont a reas: Ra vo evel ma hoc'h eus lavaret. Goude-se o lezas da vont kuit hag ez ejont. Hag e skoulmas ar gordennig ruz-mouk ouzh ar prenestr.

22  Mont a rejont hag e teujont d'ar menez, hag e chomjont eno tri devezh, betek ma voe distroet ar re a oa aet war o lerc'h. Ar re a oa aet war o lerc'h a glaskas anezho dre holl war an hent, met n'o c'havjont ket.

23  An daou zen a zistroas, a ziskennas eus ar menez, a dremenas hag a zeuas da gavout Jozue mab Nun, hag e kontjont dezhań kement a oa c'hoarvezet ganto.

24  Hag e lavarjont da Jozue: A-dra-sur an AOTROU en deus lakaet an holl vro etre hon daouarn, holl annezidi ar vro o deus kollet kalon dirazomp.

 

Pennad 3

Ar bobl a dremen ar Jordan

1  Jozue a savas beure-mat, a yeas kuit eus Sitim hag a zeuas betek ar Jordan, gant holl vibien Israel. Hag e tremenjont eno an noz a-raok treuziń.

2  A-benn tri deiz e tremenas an ofiserien e-barzh ar c'hamp,

3  hag e rojont urzhioł d'ar bobl o lavarout: Pa welot arc'h emglev an AOTROU ho Toue hag an aberzhourien, al Levited, o tougen anezhi, ez eot kuit eus ho lec'hioł hag e kerzhot war he lerc'h.

4  Met bez' e vo ur hedad, etre hi ha c'hwi, eus war-dro daou vil ilinad (~ 1 km), evit na dostaiot ket outi. Evel-se e oueziot dre beseurt hent e vo ret deoc'h mont, rak n'hoc'h eus ket tremenet diagent dre an hent-mań.

5  Jozue a lavaras d'ar bobl: En em santelait, rak warc'hoazh an AOTROU a raio en ho touez traoł burzhudus.

6  Jozue a gomzas d'an aberzhourien o lavarout: Dougit arc'h an emglev ha tremenit a-raok ar bobl. Neuze e tougjont arc'h an emglev hag e kerzhjont dirak ar bobl.

7  An AOTROU a lavaras da Jozue: Hiziv e krogin da sevel ac'hanout dirak daoulagad Israel, evit ma ouezint penaos, evel ma'z on bet gant Moizez, e vin ganit.

8  Ro urzhioł d'an aberzhourien a zoug arc'h an emglev o lavarout: Pa viot erruet e-kichen doureier ar Jordan, e chomot a-sav er Jordan.

9  Jozue a lavaras da vibien Israel: Tostait amań ha selaouit komzoł an AOTROU ho Toue.

10  Jozue a lavaras: Dre gement-mań e oueziot penaos emań an Doue bev en ho touez, ha penaos e kaso kuit a-zirazoc'h ar Gananeiz, an Hitited, an Hevianed, ar Ferezianed, ar C'hirgazianed, an Amoreaned hag ar Jebuziz,

11  setu, arc'h emglev Aotrou an douar holl a ya da dremen a-raok deoc'h ar Jordan.

12  Bremań kemerit daouzek den eus meuriadoł Israel, un den eus pep meuriad,

13  ha kerkent ha m'o devo lakaet sol o zreid an aberzhourien a zoug arc'h emglev an AOTROU, Aotrou an douar holl, e doureier ar Jordan, doureier ar Jordan a vo rannet, an doureier a ziskenn eus krec'h a chomo a-sav en ur bern.

14  Ar bobl a yeas er-maez eus he zeltennoł evit tremen ar Jordan, hag an aberzhourien a zouge arc'h an emglev a gerzhe a-raok ar bobl.

15  Kerkent ha ma en em gavas ar re a zouge an arc'h er Jordan, ha ma voe glebiet treid an aberzhourien a zouge an arc'h e bord an dour, hag ar Jordan a fenn dreist e ribloł e-pad holl amzer an eost,

16  an doureier a ziskenne eus krec'h a chomas a-sav, en ur bern, pell bras, tost da gźr Adam a zo eus tu Zartan, hag a re a ziskenne war-zu mor ar blaenenn, Mor an Holen, a voe troc'het holl. Hag ar bobl a dremenas a-dal da Jeriko.

17  An aberzhourien a zouge arc'h emglev an AOTROU a chomas start, a-sav, war ar sec'h e-kreiz ar Jordan, e-pad ma tremenas holl Israel war ar sec'h, ken n'o doe an holl bobl echuet tremen ar Jordan.

 

Pennad 4

An daouzek maen savet e-kichen ar Jordan

1  P'en doe echuet an holl bobl tremen ar Jordan, an AOTROU a gomzas da Jozue o lavarout:

2  Kemerit a-douez ar bobl daouzek den, un den eus pep meuriad,

3  ha roit urzhioł dezho o lavarout: Dougit ac'hann, eus kreiz ar Jordan, eus al lec'h ma'z eo chomet a-sav treid an aberzhourien, daouzek maen a gasot ganeoc'h hag a lakaiot el lec'h ma tremenot an noz-mań.

4  Jozue a c'halvas an daouzek den en doa dibabet a-douez mibien Israel, un den eus pep meuriad.

5  Jozue a lavaras dezho: Tremenit dirak arc'h an AOTROU ho Toue, e-kreiz ar Jordan, ha ra zougo pep hini ac'hanoc'h ur maen war e skoaz, hervez niver meuriadoł mibien Israel,

6  evit ma vo kement-se un arouez en ho touez. En amzer da zont, pa c'houlenno ho mibien: Petra eo ar vein-se?

7  neuze e respontot dezho: Doureier ar Jordan a voe rannet dirak arc'h emglev an AOTROU pa dremenas ar Jordan; doureier ar Jordan a voe rannet, hag ar vein-se a zo evit mibien Israel un eńvor da viken.

8  Mibien Israel a reas ar pezh en doa gourc'hemennet Jozue. Kemer a rejont daouzek maen eus kreiz ar Jordan, evel m'en doa lavaret an AOTROU da Jozue, hervez niver meuriadoł mibien Israel, hag o c'hasjont ganto d'al lec'h ma tremenjont an noz, hag o lezjont eno.

9  Jozue a savas ivez daouzek maen e-kreiz ar Jordan, el lec'h ma oa chomet treid an aberzhourien a zouge arc'h an emglev, hag emaint eno betek hiziv.

10  An aberzhourien a zouge an arc'h en em zalc'has e-kreiz ar Jordan, betek ma voe echu ar pezh en doa gourc'hemennet an AOTROU da Jozue lavarout d'ar bobl, hervez kement en doa gourc'hemennet Moizez da Jozue. Hag ar bobl a hastas tremen.

11  Goude ma voe tremenet gant an holl bobl, arc'h an AOTROU hag an aberzhourien a dremenas dirak ar bobl.

12  Mibien Ruben, mibien Gad hag hanter-veuriad Manase a dremenas harnezet dirak mibien Israel, evel m'en doa lavaret dezho Moizez.

13  War-dro daou-ugent mil den, gwisket evit ar brezel, a dremenas dirak an AOTROU evit stourm, etrezek plaenennoł Jeriko.

14  En deiz-se, an AOTROU a savas Jozue dirak holl Israel, hag e toujjont dezhań, evel m'o doa doujet da Voizez holl zeizioł e vuhez.

15  An AOTROU a gomzas da Jozue o lavarout:

16  Gourc'hemenn d'an aberzhourien a zoug arc'h an emglev pignat eus ar Jordan.

17  Jozue a roas an urzh d'an aberzhourien o lavarout: Pignit eus ar Jordan.

18  Pa voe pignet eus kreiz ar Jordan an aberzhourien a zouge arc'h emglev an AOTROU, ha ma voe lakaet sol treid an aberzhourien war an douar sec'h, doureier ar Jordan a zistroas d'o lec'h hag a redas evel diagent, dreist ar ribloł.

19  Ar bobl a bignas er-maez eus ar Jordan d'an dekvet deiz eus ar miz kentań, hag e kampjont e Gilgal, e tu reter Jeriko.

20  Jozue a savas e Gilgal an daouzek maen en doa kemeret eus ar Jordan.

21  Hag e komzas da vibien Israel o lavarout: En amzer da zont, pa c'houlenno ho mibien digant o zadoł: Petra eo ar vein-se?

22  C'hwi a gelenno ho mibien o lavarout: War ar sec'h e tremenas Israel ar Jordan-mań,

23  rak an AOTROU ho Toue en deus disec'het doureier ar Jordan dirazoc'h, ken n'oac'h tremenet, evel m'en doa graet an AOTROU ho Toue d'ar Mor Ruz, en doa disec'het dirazomp, ken n'oamp tremenet,

24  evit ma ouezo holl bobloł an douar penaos eo kreńv dorn an AOTROU, hag evit ma toujot dalc'hmat an AOTROU ho Toue.

 

Pennad 5

Amdroc'h ar bobl. Ar Pask e Kanaan. Penn lu an AOTROU

1  Pa glevas holl rouaned an Amoreaned a oa en tu all d'ar Jordan war-zu ar c'huzh-heol, hag holl rouaned ar Gananeiz a oa e-kichen ar mor, penaos en doa disec'het an AOTROU doureier ar Jordan dirak mibien Israel ken na oant tremenet, o c'halonoł a deuzas ha ne voe ken a nerzh-kalon enno dirak mibien Israel.

2  En amzer-se an AOTROU a lavaras da Jozue: Gra kontilli maen, hag ec'h amdroc'hi a-nevez mibien Israel, evit an eil gwech.

3  Jozue a reas kontilli maen hag a amdroc'has mibien Israel war grec'hienn Aralod (= ar podoł-mezenn).

4  Setu perak ec'h amdroc'has Jozue anezho: an holl bobl deuet er-maez eus an Ejipt, ar bared, an holl dud a vrezel, a oa marvet el lec'h distro, en hent, goude bezań deuet er-maez eus an Ejipt.

5  Ya, an holl bobl a zeuas kuit a oa bet amdroc'het, met n'eo ket bet amdroc'het an holl bobl a zo bet ganet el lec'h distro, en hent, goude bezań deuet er-maez eus an Ejipt.

6  Mibien Israel o doa kerzhet el lec'h distro e-pad daou-ugent vloaz, ken na voe aet da get an holl bobl tud a vrezel a oa deuet er-maez eus an Ejipt ha n'o doa ket selaouet ouzh mouezh an AOTROU. An AOTROU en doa touet dezho n'o lezje ket da welout ar vro a douas an AOTROU reiń deomp, ur vro a zever gant laezh ha mel.

7  Savet en deus o mibien en o lec'h, hag ar re-se eo a voe amdroc'het gant Jozue, rak diamdroc'h e oant, ne oant ket bet amdroc'het en hent.

8  Pa voe echu amdroc'h an holl bobl, e chomjont er c'hamp betek ma voent pareet.

9  An AOTROU a lavaras da Jozue: Hiziv em eus ruilhet diwarnoc'h dismegańs an Ejipt. Al lec'h-se a voe galvet Gilgal, a zo e anv betek hiziv.

10  Mibien Israel a gampas e Gilgal, hag e rejont ar Pask d'ar pevarzekvet deiz eus ar miz, da noz, e maezioł Jeriko.

11  An deiz war-lerc'h ar Pask e tebrjont eus traoł ar vro, bara hep goell ha greun rostet, en hevelep deiz-se.

12  Ar mann a baouezas an deiz war-lerc'h, pa zebrjont eus traoł ar vro. Mibien Israel n'o doe ken a vann, met debriń a rejont eus frouezh douar Kanaan er bloaz-se.

13  Hag e c’hoarvezas, evel ma oa Jozue e-kichen Jeriko, ma savas e zaoulagad ha ma sellas, ha setu: un den en em zalc'he en e sav dirazań, e gleze dic'houinet en e zorn. Jozue a yeas d'e gavout hag a lavaras: Eus hor re ez out, pe eus hon enebourien?

14  Hag e lavaras: Nann, me eo penn lu an AOTROU, erruout a ran bremań. Jozue a gouezhas war e zremm d'an douar, en em stouas, hag e lavaras: Petra a lavar va aotrou d'e servijer?

15  Penn lu an AOTROU a lavaras da Jozue: Lam da votoł diwar da dreid, rak al lec'h emaout warnań a zo santel. Jozue a reas evel-se.

 

Pennad 6

Jeriko distrujet ha Rahab salvet

1  Jeriko a oa kloz, klozet e oa gant evezh abalamour da vibien Israel; den ne yae er-maez ha den ne yae e-barzh.

2  An AOTROU a lavaras da Jozue: Sell, lakaet em eus etre da zaouarn Jeriko hag he roue, gant he brezelourien nerzhus.

3  C'hwi holl, tud a vrezel, grit an dro da gźr, o treiń ur wech en-dro da gźr, hag evel-se e ri e-pad c'hwec'h devezh.

4  Seizh aberzhour a zougo seizh shofar (= trompilh e korn maout) e korn tourz dirak an arc'h. Ha d'ar seizhvet deiz, e reot tro kźr seizh gwech, hag an aberzhourien a sono gant ar shofaroł.

5  Pa sonint pell gant ar c'horn tourz, adalek ma klevot son ar shofar, an holl bobl a laosko kriadennoł bras, ha neuze moger kźr a gouezho anezhi hec'h-unan, hag ar bobl a bigno, pep hini dirazań.

6  Jozue mab Nun a c'halvas an aberzhourien hag a lavaras: Dougit arc'h an emglev, ha ra vo seizh aberzhour o tougen seizh shofar e korn tourz dirak arc'h an AOTROU.

7  Lavarout a reas d'ar bobl: Tremenit ha grit tro kźr, ha ra dremeno ar re a zo armet dirak arc'h an AOTROU.

8  P'en doe komzet Jozue d'ar bobl, ar seizh aberzhour a zouge ar seizh shofar e korn tourz dirak an AOTROU a dremenas hag a sonas gant ar shofaroł. Arc'h emglev an AOTROU a heulie anezho.

9  An dud armet a gerzhe a-raok an aberzhourien a sone gant ar shofaroł, met ar vodadenn a heulie an arc'h; hag e veze sonet gant ar shofaroł e-pad ar gerzhadeg.

10  Jozue en doa roet urzhioł d'ar bobl o lavarout: Ne laoskot kriadenn ebet, ne reot ket klevout ho mouezh, ne zeuio ger ebet eus ho kenoł, betek an deiz ma lavarin deoc'h: Laoskit kriadennoł! Neuze e youc'hot.

11  Arc'h an AOTROU a reas tro kźr, mont a reas ur wech. Goude e teujont d'ar c'hamp hag e tremenjont an noz er c'hamp.

12  Jozue a savas beure-mat, hag an aberzhourien a zougas arc'h an AOTROU.

13  Ar seizh aberzhour a zouge ar seizh shofar e korn tourz dirak arc'h an AOTROU a gerzhe hag a sone gant ar shofaroł en ur gerzhout. An dud armet a gerzhe en a-raok, ar vodadenn a heulie arc'h an AOTROU; hag e veze sonet gant ar shofaroł e-pad ar gerzhadeg.

14  Hag e rejont ur wech tro kźr d'an eilvet deiz, ha goude e tistrojont d'ar c'hamp. Evel-se e rejont e-pad c'hwec'h devezh.

15  D'ar seizhvet deiz e savjont beure-mat, kerkent ha tarzh an deiz, hag e rejont seizh gwech tro kźr en hevelep doare. Nemet en deiz-se e rejont tro kźr seizh gwech.

16  D'ar seizhvet gwech, evel ma sone an aberzhourien gant ar shofaroł, Jozue a lavaras d'ar bobl: Laoskit kriadennoł, rak an AOTROU en deus roet kźr deoc'h.

17  Kźr a vo lakaet da verz, hi ha kement a zo enni, evit an AOTROU. Met Rahab ar c'hast a vevo, hi hag an holl re a vo ganti en ti, rak kuzhet he deus ar gannaded hor boa kaset.

18  Nemet en em virit ouzh an traoł lakaet da verz, gant aon na en em lakafec'h da verz o kemer eus an traoł lakaet da verz, ha na lakafec'h kamp Israel da verz ha na vefec'h trubuilh ennań.

19  An holl arc'hant hag an holl aour gant pep tra arem hag houarn a vo santelaet d'an AOTROU; mont a raint e teńzor an AOTROU.

20  Ar bobl a laoskas kriadennoł hag e voe sonet gant ar shofaroł. Kerkent ha ma klevas an dud son ar shofaroł, e youc'hjont a-bouez penn, hag ar voger a gouezhas anezhi hec'h-unan. Ar bobl a bignas e kźr, pep hini dirazań, hag e kemerjont ar gźr.

21  Hag e lakajont da verz kement a oa e kźr, dre varvenn ar c'hleze, gwaz ha gwreg, bugel ha kozh, ejen, dańvad hag azen.

22  Jozue a lavaras d'an daou zen o doa spiet ar vro: Kit da di ar c'hast ha lakait da zont er-maez ar wreg-se hag he holl re, evel ma hoc'h eus touet dezhi.

23  An dud yaouank o doa spiet a yeas hag a lakaas da zont er-maez Rahab, he zad, he mamm, he breudeur hag he holl re, hag e lakajont da zont er-maez he holl diegezh, hag o lezjont er-maez eus kamp Israel.

24  Hag e tevjont en tan kźr ha kement a oa enni. Nemet an arc'hant hag an aour gant pep tra arem hag houarn a lakajont e teńzor ti an AOTROU.

25  Jozue a lezas bev Rahab ar c'hast, tiegezh he zad hag he holl re. Chomet eo e-touez Israel betek hiziv, dre ma he doa kuzhet ar gannaded kaset gant Jozue da spiań Jeriko.

26  En amzer-se, Jozue a douas o lavarout: Milliget ra vo dirak an AOTROU an den en em savo evit adober ar gźr-mań, Jeriko. He diazez a lakaio diwar-goust e gentań-ganet, hag he dorojoł diwar-goust e vab yaouankań.

27  An AOTROU a voe gant Jozue, hag ar vrud anezhań en em skuilhas dre ar vro holl.

 

Pennad 7

An Israeliz pilet. Pec'hed Akan

1  Mibien Israel a dorras ar reolenn diwar-benn an traoł lakaet da verz. Akan mab Karmi, mab Zabdi, mab Zerak, eus meuriad Juda, a gemeras diwar an traoł lakaet da verz, ha kounnar an AOTROU en em danas a-enep mibien Israel.

2  Jozue a gasas tud eus Jeriko da Ai, e-kichen Betaven, e sav-heol da Vetel, hag a lavaras dezho: Pignit da spiań ar vro. An dud a bignas hag a spias Ai.

3  Distroet da gavout Jozue, e lavarjont dezhań: Ra ne bigno ket an holl bobl, met ra'z aio daou pe tri mil den hag e pilint Ai. Na skuizh ket an holl bobl evit ken nebeut a dud.

4  War-dro tri mil den eus ar bobl a bignas eta, met e tec'hjont dirak tud Ai.

5  Tud Ai a lazhas war-dro c'hwec'h den ha tregont, rak e redjont war o lerc'h adalek an nor betek Shebarim, hag e piljont anezho war un dinaou. Kalon ar bobl en em deuzas hag a zeuas da vezań evel dour.

6  Jozue a rogas e zilhad hag a gouezhas war e zremm d'an douar dirak arc'h an AOTROU betek an abardaez, eń hag henaourien Israel, hag e taoljont poultr war o fenn.

7  Jozue a lavaras: Siwazh! Aotrou AOTROU, perak ec'h eus lakaet ar bobl-mań da dremen ar Jordan, evit hol lakaat etre daouarn an Amoreaned ha distrujań ac'hanomp? Perak n'omp ket chomet en tu all d'ar Jordan?

8  Siwazh! Aotrou, petra a lavarin goude m'en deus troet Israel e gein dirak e enebourien?

9  Ar Gananeiz hag holl annezidi ar vro a glevo kement-se hag en em droint a-enep deomp, hag e lamint hon anv a-ziwar an douar. Ha petra a ri evit da anv bras?

10  An AOTROU a lavaras da Jozue: Sav! Perak ez out astennet war da zremm?

11  Israel en deus pec'het. Torret o deus va emglev am boa gourc'hemennet dezho, kemeret o deus diwar an traoł lakaet da verz, laeret o deus, lavaret o deus gevier, lakaet o deus anezho en o fakadoł.

12  Mibien Israel ne c'hello ket derc'hel ouzh o enebourien, treiń a raint o c'hein dirak o enebourien, rak lakaet int da verz. Ne vin ken ganeoc'h ma ne lamit ket an traoł lakaet da verz eus ho touez.

13  Sav, santela ar bobl ha lavar: En em santelait a-benn warc'hoazh, rak evel-henn en deus lavaret an AOTROU, Doue Israel: Traoł lakaet da verz a zo en da greiz, Israel, ne c'helli ket derc'hel ouzh da enebourien, ken n'ho po lamet an traoł lakaet da verz eus ho touez.

14  Tostaat a reot d'ar beure, hervez ho meuriadoł. Ar meuriad a dapo an AOTROU a dostaio hervez e familhoł. Ar familh a dapo an AOTROU a dostaio hervez he ziegezhioł. An tiegezh a dapo an AOTROU a dostaio den dre zen.

15  An hini a vo tapet o kaout eus traoł lakaet da verz a vo devet en tan, eń a kement a zo dezhań, rak torret en deus emglev an AOTROU ha graet en deus un euzhusted en Israel.

16  Jozue a savas beure-mat hag a lakaas Israel da dostaat, hervez e veuriadoł. Meuriad Juda a voe tapet.

17  Lakaat a reas familhoł Juda da dostaat, ha familh lignez Zerak a voe tapet. Lakaat a reas familh Zerak da dostaat den dre zen, ha Zabdi a voe tapet.

18  Lakaat a reas e diegezh da dostaat den dre zen, hag Akan mab Karmi, mab Zabdi, mab Zerak, eus meuriad Juda, a voe tapet.

19  Jozue a lavaras da Akan: Va mab, ro gloar d'an AOTROU Doue Israel, ro dezhań meuleudi, ha disklźr din ar pezh ac'h eus graet, n'henn kuzh ket ouzhin.

20  Akan a respontas da Jozue o lavarout: Gwir eo, pec'het em eus a-enep an AOTROU Doue Israel, ha setu ar pezh am eus graet:

21  Gwelet em eus er preizh ur vantell gaer a Shinear, daou c'hant sikl (~ 2 kg) arc'hant, hag un dolzenn aour a hanter-kant sikl (~ 500 g) a bouez. O droukc'hoantaet em eus hag o c'hemeret, ha setu, an traoł-se a zo kuzhet en douar e-kreiz va zeltenn, hag emań an arc'hant dindan.

22  Jozue a gasas kannaded a redas d'an deltenn, ha setu, an traoł a oa kuzhet en deltenn, hag an arc'hant a oa dindan.

23  O c'hemer a rejont a-greiz an deltenn, hag o degasjont da Jozue ha da holl vibien Israel, hag o lakajont dirak an AOTROU.

24  Jozue, hag holl Israel gantań, a gemeras Akan mab Zerak, an arc'hant, ar vantell, an dolzenn aour, e vibien hag e verc'hed, e ejened, e ezen, e zeńved, e deltenn ha kement a oa dezhań, hag e rejont dezho pignat da draonienn Akor.

25  Jozue a lavaras: Perak ec'h eus trubuilhet ac'hanomp? An AOTROU a drubuilho ac'hanout hiziv. Hag holl Israel a veinataas anezhań. Devet e voent en tan, goude bezań meinataet.

26  Hag e savjont warnań ur bern mein bras, a zo chomet betek hiziv. An AOTROU a zistroas eus gwrez e gounnar. Dre-se eo anvet al lec'h-se Traonienn Akor (= trubuilh) betek hiziv.

 

Pennad 8

Ai distrujet. Menez Ebal

1  An AOTROU a lavaras da Jozue: Na spont ket ha na'z pez ket aon, kemer ganit an holl dud a vrezel, sav ha pign da Ai. Sell, lakaet em eus etre da zaouarn roue Ai, e bobl, e gźr hag e vro.

2  Ober a ri da Ai ha d'e roue evel ma ec'h eus graet da Jeriko ha d'e roue, nemet e kemerot evidoc'h ar preizh hag al loened. Laka ur ged ouzh kźr, en a-dreńv.

3  Jozue a savas gant an holl dud a vrezel evit pignat da Ai. Jozue a zibabas tregont mil den kadarn ha kreńv, hag o c'hasas en noz.

4  Hag e roas urzhioł dezho o lavarout: Gwelit, c'hwi en em zalc'ho e ged ouzh kźr, a-dreńv d'ar gźr, na bellait ket kalz diouzh kźr ha bezit holl prest.

5  Me, gant an holl dud a vo ganin, a dostaio ouzh kźr. Pa zeuint a-ziarbenn deomp, evel ar wech kentań, e tec'himp a-raok dezho,

6  hag e teuint war hol lerc'h ken na zedennimp anezho er-maez eus kźr, rak e lavarint: Tec'hout a reont a-raok deomp, evel ar wech kentań. Ni a dec'ho dirazo.

7  Neuze en em savot eus ar ged hag e kemerot kźr. He lakaat a raio an AOTROU ho Toue etre ho taouarn.

8  Pa ho po kemeret kźr, e lakaiot an tan enni; ober a reot hervez komz an AOTROU: Sellit, me am eus e c'hourc'hemennet deoc'h.

9  Jozue a gasas anezho hag ez ejont d'en em lakaat e ged, hag en em zalc'hjont etre Betel hag Ai, er c'huzh-heol da Ai. Jozue a chomas en noz-se e-kreiz ar bobl.

10  Jozue a savas beure-mat hag a niveras ar bobl, hag e pignas, eń hag henaourien Israel, a-raok an dud, war-zu Ai.

11  An holl dud a vrezel a oa gantań a bignas hag a dostaas, hag e teujont a-dal da gźr, hag e kampjont en hanternoz da Ai. An draonienn a oa etrezo hag Ai.

12  Kemer a reas war-dro pemp mil den a lakaas e ged etre Betel hag Ai, er c'huzh-heol da gźr Ai.

13  P'o devoe lakaet an dud evel-se, an holl gamp en hanternoz da gźr, hag an dilerc'h er c'huzh-heol da gźr, d'an noz-se, ez eas Jozue e-kreiz an draonienn.

14  Adalek ma welas roue Ai kement-se, tud kźr en em hastas hag a savas beure-mat. Ar roue hag e holl bobl a zeuas er-maez d'an emgann, a-ziarbenn Israel, el lec'h merket eus tu ar blaenenn. Ne ouie ket e oa ur ged a-dreńv kźr.

15  Jozue hag holl Israel a reas van da vezań pilet dirazo hag a dec'has war-zu al lec'h distro.

16  An holl bobl a oa e kźr Ai a voe galvet a gri forzh da vont war o lerc'h. Mont a rejont war-lerc'h Jozue, hag e voent dedennet er-maez eus kźr.

17  Ne chomas den en Ai ha Betel, aet int tout war-lerc'h Israel. Hag e lezjont kźr digor, hag ez ejont war-lerc'h Israel.

18  An AOTROU a lavaras da Jozue: Astenn ar speg a zo ez torn war-zu Ai, rak me a lakaio anezhi etre da zaouarn. Jozue a astennas war-zu kźr ar speg a oa en e zorn.

19  Ar re a oa e ged en em savas buan eus al lec'h ma oant, hag en em lakajont da redek, kerkent ha m'en doa astennet e zorn. Hag ez ejont e kźr, hag e kemerjont anezhi, hag e hastjont lakaat an tan enni.

20  Tud Ai, o sellout war o lerc'h, a sellas moged kźr a bigne war-zu an neńv. N'o doa ket tu da dec'hout amań pe ahont. Hag ar bobl a dec'he war-zu al lec'h distro en em droas a-enep ar re a yae war o lerc'h,

21  rak Jozue hag holl Israel a welas e oa bet kemeret kźr gant ar ged hag e pigne moged kźr, hag e tistroint da bilat tud Ai.

22  Ar re all a zeuas ivez eus kźr a-ziarbenn dezho. Evel-se e voent goloet e-kreiz an Israeliz, darn en un tu ha re all en un tu all. Hag e voent pilet ken na vanas hini anezho bev pe war dec'h.

23  Roue Ai a voe tapet bev, hag e tegasjont anezhań da Jozue.

24  P'en doe echu Israel da lazhań holl annezidi Ai, er parkeier, en distro, el lec'h ma oa aet war o lerc'h, pa voent lazhet holl gant barvenn ar c'hleze betek an diwezhań, an holl Israeliz a zistroas da Ai hag a skoas warni gant troc'h ar c'hleze.

25  An holl re a gouezhas en deiz-se, gwazed ha gwragez, a voe daouzek mil, holl dud eus Ai.

26  Jozue ne dennas ket e zorn, en doa astennet gant e speg, ken na voe lakaet da verz holl annezidi Ai.

27  Nemet e preizhas an Israeliz evito al loened ha diwisk kźr, hervez ar gomz en doa gourc'hemennet an AOTROU da Jozue.

28  Jozue a zevas Ai, hag a reas anezhi ur bern peurbadus a zistruj, a zo chomet betek hiziv.

29  Neuze e krougas ouzh ur c'hoad roue Ai betek an noz. Da guzh-heol, Jozue a c'hourc'hemennas ma vije diskennet e gorf diouzh ar c'hoad, hag e voe taolet ouzh toull-dor kźr; hag e voe savet warnań ur bern mein bras, a zo chomet betek hiziv.

30  Neuze Jozue a savas un aoter d'an AOTROU war Venez Ebal,

31  evel m'en doa gourc'hemennet Moizez servijer an AOTROU da vibien Israel, hag evel ma'z eo skrivet e levr lezenn Moizez. Un aoter savet gant mein diaoz e oa, ha ne oant ket bet stoket outo gant an houarn. Profań a rejont warni loskaberzhoł d'an AOTROU, hag e kinnigjont aberzhoł a drugarekadennoł.

32  Hag e skrivas war ar vein un adskrid eus lezenn Moizez, en doa hemań skrivet dirak mibien Israel.

33  Hag holl Israel, e henaourien, e ofiserien, e varnerien, en em zalc'he a bep tu d'an arc'h, dirak an aberzhourien, al Levited, a zouge arc'h emglev an AOTROU, an diavaezidi evel an henvroidi, un hanter anezho ouzh kostez Menez Gerizim hag un hanter all ouzh kostez Menez Ebal, evel m'en doa gourc'hemennet diagent Moizez servijer an AOTROU, evit bennigań pobl Israel.

34  Goude-se e lennas holl gomzoł al lezenn, ar bennozhioł hag ar mallozhioł, hervez kement a zo skrivet e levr al lezenn.

35  Ne voe netra a gement en doa gourc'hemennet Moizez, ha ne voe lennet gant Jozue dirak holl vodadenn Israel, gant ar gwragez, ar vugale hag an diavaezidi a gerzhe en o zouez.

 

Pennad 9

Kevre ar roue eus Kanaan. Gwidre tud Gabaon

1  Pa glevas an traoł-se an holl rouaned a oa en tu-mań d'ar Jordan, er menez, er blaenenn ha war holl aodoł ar Mor Bras dirak al Liban, an Hitited, an Amoreaned, ar Gananeiz, ar Ferezianed, an Hevianed, ar Jebuziz,

2  en em unanjont holl asambles d'ober brezel da Jozue ha da Israel, a-unvan.

3  Met tud Gabaon, o vezań klevet ar pezh en doa graet Jozue da Jeriko ha da Ai,

4  a yeas dre widre. En em lakaat a rejont en hent, gant bevańs evit ur veaj; kemer a rejont seier kozh evit o ezen ha seier-lźr-gwin kozh, diframmet ha takonet,

5  hag en o zreid botoł kozh adwriet, ha warno dilhad kozh. Hag o holl vara-pourvez a oa sec'h ha louet.

6  Mont a rejont da gavout Jozue e kamp Gilgal hag e lavarjont dezhań ha da dud Israel: Deuet omp eus ur vro bell, ha bremań grit un emglev ganeomp.

7  Tud Israel a respontas d'an Hevianed-se: Marteze emaoc'h o chom en hon touez, ha penaos a raimp un emglev ganeoc'h?

8  Int a lavaras da Jozue: Da servijerien omp! Jozue a lavaras dezho: Piv oc'h hag a-belec'h e teuit?

9  Hag e lavarjont: Da servijerien a zeu eus ur vro gwall bell, en abeg da anv an AOTROU da Zoue, rak klevet hon eus e vrud ha kement en deus graet en Ejipt,

10  ha kement en deus graet da zaou roue an Amoreaned a oa en tu all d'ar Jordan, da Sihon roue Hesbon, ha da Og roue Basan, a oa en Ashtarod.

11  Hon henaourien hag holl dud hor bro o deus lavaret deomp: Kemerit ganeoc'h bevańs evit an hent, kit d'o c'havout ha lavarit dezho: Ho servijerien omp! Bremań, grit un emglev ganeomp.

12  Setu amań hor bara. Kemeret hon eus anezhań tomm-mat eus hon tiez evit hor pourvezioł en deiz ma hon doa aet er-maez evit dont betek ennoc'h, ha bremań ez eo sec'h ha louet.

13  Setu amań hor seier-lźr-gwin, hon doa leuniet nevez holl, diframmet int. Ha setu hon dilhad hag hor botoł, a zo aet da fall dre ur veaj ken hir.

14  An dud a zegemeras eus o fourvezioł, ha ne c'houlennjont netra ouzh genoł an AOTROU.

15  Jozue a reas ar peoc'h ganto hag a reas un emglev ganto, o warantiń dezho ma vevjent. Hag ar re gentań eus ar vodadenn a reas ul le dezho.

16  A-benn tri deiz goude bezań graet an emglev ganto, ec'h anavezjont penaos e oant o amezeien ha penaos e oant o chom en o zouez.

17  Rak mibien Israel a yeas kuit hag a erruas en o c'hźrioł d'an trede deiz. O c'hźrioł a oa Gabaon, Kefira, Beerod ha Kirjad-Jearim.

18  Mibien Israel ne skojont ket warno, rak ar re gentań eus ar vodadenn o doa graet al le dezho dre an AOTROU Doue Israel. Hag an holl vodadenn a c'hrozmolas a-enep ar re gentań.

19  Neuze e lavaras ar re gentań d'an holl vodadenn: Graet hon eus ul le dezho dre an AOTROU Doue Israel, bremań ne c'hellomp ket stokań outo.

20  Evel-henn e raimp: o lezel a raimp da vevań, evit na zeuio kounnar ebet en abeg d'al le hon eus touet dezho,

21  Ar re gentań a lavaras eta dezho: Bevań a raint! Met e voent implijet da droc'hań koad ha da dennań dour evit an holl vodadenn, evel ma o deus lavaret dezho ar re gentań.

22  Jozue a c'halvas anezho hag a gomzas outo o lavarout: Perak hoc'h eus touellet ac'hanomp o lavarout: Ni a zo o chom pell bras diouzhoc'h, e-pad ma'z oc'h o chom en hon touez?

23  Bremań eta ez oc'h milliget, hag e viot sklavourien dibaouez, troc'herien goad ha tennerien dour evit ti va Doue.

24  Neuze e respontjont da Jozue o lavarout: Lavaret eo bet da'z servijerien penaos an AOTROU da Zoue en doa gourc'hemennet da Voizez e servijer, reiń deoc'h an holl vro ha lakaat d'ar marv he holl dud dirazoc'h, hag hon eus bet aon-meurbet evit hor buhez dirazoc'h, hag hon eus graet kement-se.

25  Bremań emaomp etre da zaouarn, gra evel ma seblanto dit mat ha reizh ober deomp.

26  Ober a reas evel-se dezho, hag e tieubas anezho eus dorn mibien Israel, ha ne voent ket lakaet d'ar marv.

27  Jozue a lakaas anezho en deiz-se troc'herien goad ha tennerien dour evit ar vodadenn hag evit aoter an AOTROU, el lec'h ma zibabfe, betek hiziv.

 

Pennad 10

Ar pemp roue trec'het gant Jozue. An heol hag al leor a arsav

1  Pa glevas Adoni-Zedek roue Jeruzalem penaos en doa kemeret Jozue Ai ha penaos en doa he lakaet da verz, penaos en doa graet da Ai ha d'e roue evel m'en doa graet da Jeriko ha d'e roue, ha penaos tud Gabaon o doa graet ar peoc'h gant an Israeliz hag a oa o chom en o zouez,

2  en doe aon-meurbet, rak Gabaon a oa ur gźr vras, evel unan eus ar c'hźrioł roueel; brasoc'h e oa eget Ai hag hec'h holl dud a oa kadarn.

3  Adoni-Zedek roue Jeruzalem a gasas da gavout Hoham roue Hebron, Piram roue Jarmud, Jafia roue Lakish ha Debir roue Eglon, da lavarout:

4  Pignit da'm c'havout ha sikourit ac'hanon, hag e skoimp war Gabaon, rak graet he deus ar peoc'h gant Jozue ha gant mibien Israel.

5  Ar pemp roue eus an Amoreaned: roue Jeruzalem, roue Hebron, roue Jarmud, roue Lakish, roue Eglon, en em zastumas hag a bignas gant o holl luioł, hag e kampjont a-enep Gabaon, hag e vrezeljont outi.

6  Tud Gabaon a gasas da gavout Jozue da gamp Gilgal, da lavarout: Na zilez ket da zorn diouzh da servijerien, pign buan d'hor c'havout, dieub ac'hanomp ha ro sikour deomp, rak holl rouaned an Amoreaned a zo o chom war ar menez, a zo en em zastumet a-enep deomp.

7  Jozue a bignas eus Gilgal, eń hag e holl dud a vrezel gantań, hag an holl dud kadarn ha kreńv.

8  An AOTROU a lavaras da Jozue: Na'z pez ket aon, o lakaet em eus etre da zaouarn, hini anezho ne zalc'ho dirazout.

9  Jozue a zeuas buan d'o c'havout, e-pad an noz e pignas eus Gilgal.

10  An AOTROU a zisparfoeltras anezho dirak Israel, a reas ul lazhadeg bras e-kichen Gabaon. Mont a reas war o lerc'h dre hent krav Bet-Horon, hag o filas betek Azeka ha Makkeda.

11  Evel ma tec'hent dirak Israel ha ma oant e diskenn Bet-Horon, an AOTROU a daolas warno mein bras eus an neńv betek Azeka, hag e varvjont. Ar re a varvas gant ar mein-grizilh a oa niverusoc'h eget ar re a lazhas mibien Israel gant ar c'hleze.

12  Jozue a gomzas d'an AOTROU en deiz ma roas an AOTROU an Amoreaned da vibien Israel, hag e lavaras dirak daoulagad Israel: Heol, chom a-sav war Gabaon! Loar, war draonienn Ajalon!

13  An heol a chomas a-sav, al loar a arsavas ivez, betek m'en doe en em veńjet ar bobl eus hec'h enebourien. Ha n'eo ket skrivet-se e levr Jasher (= an hini reizh)? An heol a arsavas e-kreiz an neńvoł ha ne hastas ket d'en em guzhat war-dro un devezh leun.

14  Ne voe deiz ebet evel hennezh, nag a-raok na goude, ma selaouas an AOTROU mouezh un den, rak an AOTROU a vrezelas evit Israel.

15  Jozue hag holl Israel gantań a zistroas da gamp Gilgal.

16  Ar pemp roue a dec'has hag en em guzhas en ur vougev e Makkeda.

17  Dezrevellet e voe kement-se da Jozue o lavarout: Kavet eo bet ar pemp roue, kuzhet en ur vougev e Makkeda.

18  Jozue a lavaras: Ruilhit mein bras ouzh digor ar vougev, ha lakait en he c'hichen tud d'he diwall.

19  C'hwi, na baouezit ket, redit war-lerc'h hoc'h enebourien, krogit enno, n'o lezit ket da vont en o c'hźrioł, rak an AOTROU ho Toue en deus o lakaet etre ho taouarn.

20  Pa o doe echu Jozue ha mibien Israel d'ober ul lazhadeg bras anezho, betek o distrujań holl, ha ma voe en em dennet e kźrioł kreńv ar re a c'hellas tec'hout diouto,

21  an holl bobl a zistroas e peoc'h d'ar c'hamp da gavout Jozue, da Vakkeda. Den ne fińvas e deod a-enep mibien Israel.

22  Jozue a lavaras: Digorit genoł ar vougev, ha grit dont er-maez d'ar pemp roue hag o degasit din.

23  Hag e rejont evel-se. Lakaat a rejont ar pemp roue da zont er-maez eus ar vougev, roue Jeruzalem, roue Hebron, roue Jarmud, roue Lakish ha roue Eglon, hag o degasjont dezhań.

24  Pa o doe degaset ar rouaned-se da Jozue, Jozue a c'halvas holl dud Israel, hag e lavaras da ofiserien an dud a vrezel a oa aet gantań: Tostait ha lakait ho treid war c'houzougoł ar rouaned-mań. Hag e tostajont hag e lakajont o zreid war o gouzougoł.

25  Jozue a lavaras: Na spontit ket ha n'ho pet ket aon, en em galonekait ha bezit kreńv, rak evel-se eo e raio an AOTROU d'hoc'h holl enebourien ho po da vrezeliń outo.

26  Goude-se Jozue o skoas hag o lakaas d'ar marv, hag e krougas anezho ouzh pemp koad, hag e chomjont krouget ouzh ar c'hoadoł betek an abardaez.

27  Evel ma'z ae an heol da guzh, Jozue a c'hourc'hemennas diskenn anezho digant ar c'hoadoł. Taolet e voent er vougev ma oant en em guzhet; ouzh digor ar vougev e voe lakaet mein bras, hag emaint eno betek hiziv.

28  Jozue a gemeras ivez Makkeda en deiz-se hag a skoas warni gant troc'h ar c'hleze. Lakaat a reas da verz he roue hag he zud a oa enni; ne lezas den da dec'hout kuit, hag e reas da roue Makkeda evel m'en doa graet da roue Jeriko.

29  Neuze Jozue hag holl Israel gantań a dremenas eus Makkeda da Libna, hag e vrezelas a-enep Libna.

30  An AOTROU he lakaas etre daouarn Israel gant he roue, hag e skoas warni gant troc'h ar c'hleze, ha war an holl dud a oa enni; ne lezas den da dec'hout kuit, hag e reas d'he roue evel m'en doa graet da roue Jeriko.

31  Neuze Jozue hag holl Israel gantań a dremenas eus Libna da Lakish, hag e kampas en hec'h enep, hag e vrezelas outi.

32  An AOTROU a lakaas Lakish etre daouarn Israel, a gemeras anezhi d'an eil deiz; hag e skoas warni gant troc'h ar c'hleze, ha war an holl dud a oa enni, evel m'en doa graet da Libna.

33  Neuze Horam roue Gezer a bignas da sikour Lakish. Jozue a skoas warnań ha war e bobl, ha ne lezas den da dec'hout kuit.

34  Neuze Jozue hag holl Israel gantań a dremenas eus Lakish da Eglon, hag e kampjont en hec'h enep, hag e vrezeljont outi.

35  Hag he c'hemerjont en deiz-se, hag e skojont warni gant troc'h ar c'hleze. Lakaat a reas da verz en deiz-se an holl dud a oa enni, evel m'en doa graet da Lakish.

36  Neuze Jozue hag holl Israel gantań a bignas eus Eglon da Hebron, hag e vrezeljont outi.

37  Hag he c'hemerjont, hag e skojont warni gant troc'h ar c'hleze, war he roue, war hec'h holl gźriadennoł ha war an holl dud a oa enno, ha ne lezas den da dec'hout kuit, evel m'en doa graet da Eglon. He lakaas da verz gant an holl dud a oa enni.

38  Neuze Jozue hag holl Israel gantań a zistroas war o c'hiz war-zu Debir, hag e vrezelas outi.

39  Hag he c'hemeras gant he roue hag hec'h holl gźriadennoł, hag e skojont warno gant troc'h ar c'hleze. Lakaat a reas da verz an holl dud a oa enno, ha ne lezas den da dec'hout kuit; hag e reas da Zebir ha d'he roue evel m'en doa graet da Hebron hag evel m'en doa graet da Libna ha d'he roue.

40  Jozue a skoas eta war ar vro holl, war ar menez, ar c'hreisteiz, ar blaenenn, ar c'hrec'hioł, gant o holl rouaned. Ne lezas den da dec'hout kuit, hag e lakaas da verz kement a anale, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU Doue Israel.

41  Jozue a skoas evel-se warno adalek Kadesh-Barnea betek Gaza, hag holl vro C'hoshen betek Gabaon.

42  Jozue a gemeras en ur wech an holl rouaned-se hag o broioł, rak an AOTROU Doue Israel a vrezele evit Israel.

43  Neuze Jozue hag holl Israel gantań a zistroas da gamp Gilgal.

 

Pennad 11

Trec'hioł all

1  Pa glevas Jabin roue Hazor an traoł-mań, e kasas da gavout Jobab roue Madon, roue Shimron, roue Akshaf,

2  hag ar rouaned a oa o chom en hanternoz, er menez, er blaenenn e kreisteiz Kinnered, en draonienn, war grec'hioł Dor war-zu ar c'huzh-heol,

3  ar Gananeiz eus ar sav-heol hag eus ar c'huzh-heol, an Amoreaned, an Hitited, ar Ferezianed, ar Jebuziz er menez, an Hevianed e traoń an Hermon e bro Vizpa.

4  Mont a rejont er-maez gant o holl luioł, ur bobl diniver, ken niverus hag an traezh a zo war ribl ar mor, gant kezeg ha kirri niverus-meurbet.

5  An holl rouaned-se en em unanas hag a zeuas da gampiń asambles e-kichen doureier Merom, evit brezeliń ouzh Israel.

6  An AOTROU a lavaras da Jozue: Na'z pez ket aon razo, rak warc'hoazh, war-dro d'ar c'houlz-mań, e lakain anezho holl gloazet d'ar marv dirak Israel. Troc'hań a ri o garoł d'o c’hezeg, hag e tevi o c'hirri en tan.

7  Jozue gant e holl dud a vrezel a zeuas eta buan a-enep dezho e-kichen doureier Merom, hag e kouezhjont warno.

8  An AOTROU a lakaas anezho etre daouarn Israel, a bilas anezho hag a redas war o lerc'h betek Sidon ar Vras ha betek Misrefod-Maim, ha betek traonienn Vizpa war-zu ar sav-heol; o filet o deus en hevelep doare ma ne lezjont den da dec'hout kuit.

9  Jozue a reas evel m'en doa lavaret an AOTROU dezhań, troc'hań a reas o garoł d'o c’hezeg, hag e tevas o c'hirri en tan.

10  Evel ma tistroe Jozue en hevelep amzer-se, e kemeras Hazor hag e skoas war e roue gant ar c'hleze, rak Hazor a oa bet gwechall kźrbenn an holl rouantelezhioł-se.

11  Lazhań a rejont gant barvenn ar c'hleze an holl dud a oa enni, hag e lakajont anezhi da verz; ne chomas netra eus ar pezh a anale, hag e voe devet Hazor en tan.

12  Jozue a gemeras ivez holl gźrioł ar rouaned-se, gant o holl rouaned, hag e lazhas anezho gant barvenn ar c'hleze; hag o lakaas da verz, evel m'en doa gourc'hemennet Moizez servijer an AOTROU.

13  Met Israel ne zevas hini ebet eus ar c'hźrioł a oa war ur c'hrec'h, nemet Hazor hepken a voe devet gant Jozue.

14  Mibien Israel a breizhas evito holl ziwisk ar c'hźrioł-se hag al loened. Lazhań a rejont gant barvenn ar c'hleze an holl dud betek ma vefent distrujet holl; ne voe lezet netra eus ar re a anale.

15  Evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez e servijer, evel m'en doa gourc'hemennet Moizez da Jozue, evel-se e reas Jozue. Ne lamas netra eus ar pezh en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.

16  Jozue a gemeras eta an holl vro-se, ar menez, an holl greisteiz, holl vro C'hoshen, an draonienn, ar blaenenn, menez Israel gant e draoniennoł,

17  adalek Menez Halak a bign da Seir, betek Baal-Gad e traonienn al Liban, e traoń Menez Hermon. Hag e tapas ivez o holl rouaned, e skoas warno hag o lakaas d'ar marv.

18  Jozue a reas ar brezel a-enep an holl rouaned-se e-pad pell amzer.

19  Ne voe kźr ebet hag a reas ar peoc'h gant mibien Israel, nemet an Hevianed a oa o chom e Gabaon. O c'hemer a rejont holl en ur stourm,

20  ha kement-se a zeue a-berzh an AOTROU, en doa kaletaet o c'halon evit mont d'ar brezel a-enep Israel hag evit bezań lakaet da verz hep ma vije trugarez evito, hag evit ma vefent distrujet evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.

21  En amzer-se Jozue a zeuas hag a lazhas an Anakim eus ar menezioł, eus Hebron, eus Debir, eus Anab, hag eus holl venez Juda. Eń o lakaas da verz, gant o c'hźrioł.

22  Ne chomas ket a Anakim e bro mibien Israel, nemet e Gaza, e Gad hag en Asdod.

23  Jozue a gemeras eta an holl vro hervez kement en doa lavaret an AOTROU da Voizez; Jozue a roas anezhi da Israel evel hźrezh, hervez o meuriad pep a lodenn. Hag ar vro a voe sioul hep brezel.

 

Pennad 12

Ar rouaned trec'het gant Moizez ha Jozue

1  Setu rouaned ar vro a voe trec'het gant mibien Israel; hag e perc'hennjont o bro en tu all d'ar Jordan etrezek ar sav-heol, adalek froud an Arnon betek Menez Hermon hag an holl blaenenn er sav-heol:

2  Sihon roue an Amoreaned, a oa o chom en Hesbon. Ren a rae adalek Aroer, a zo war ribl froud an Arnon, adalek kreiz ar froud hag an hanter eus Galaad, betek froud ar Jabok, harz mibien Ammon,

3  ha war ar blaenenn betek ar Mor Kinnered war-zu ar sav-heol, ha betek mor ar blaenenn, a zo Mor an Holen, er sav-heol war hent Bet-Jeshimod, ha war-zu ar c'hreisteiz betek traoń ar Pisga.

4  Douar Og roue Basan, un nemorant eus ar Refaim, a oa o chom en Ashtarod hag en Edrei.

5  Ren a rae war Venez Hermon, war Salka ha war Vasan en e bezh betek harzoł ar C'heshurianed hag ar Vaakatianed, hag an hanter eus Galaad ouzh harz Sihon roue Hesbon.

6  Moizez servijer an AOTROU ha mibien Israel a bilas anezho, ha Moizez servijer an AOTROU a roas d'o ferc'hennań d'ar Rubeniz, d'ar C'hadiz ha da hanter-veuriad Manase.

7  Setu rouaned ar vro a voe trec'het gant Jozue ha gant mibien Israel en tu-mań d'ar Jordan, etrezek ar c'huzh-heol, adalek Baal-Gad e traonienn al Liban betek Menez Halak a bign da Seir; Jozue a roas da berc'hennań da veuriadoł Israel, pep a lodenn,

8  ar menezioł, an traoniennoł, ar plaenennoł, ar c'hrec'hioł, an distro hag ar c'hreisteiz, e-lec'h ma oa an Hitited, an Amoreaned, ar Gananeiz, ar Ferezianed, an Hevianed hag ar Jebuziz.

9  Roue Jeriko, unan; roue Ai e-kichen Betel, unan;

10  roue Jeruzalem, unan; roue Hebron, unan;

11  roue Jarmud, unan; roue Lakish, unan;

12  roue Eglon, unan; roue Gezer, unan;

13  roue Debir, unan; roue Geder, unan;

14  roue Horma, unan; roue Arad, unan;

15  roue Libna, unan; roue Adullam, unan;

16  roue Makkeda, unan; roue Betel, unan;

17  roue Tappuak, unan; roue Hefer, unan;

18  roue Afek, unan; roue Saron, unan;

19  roue Madon, unan; roue Hazor, unan;

20  roue Shimron-Meron, unan; roue Akshaf, unan;

21  roue Taanak, unan; roue Megiddo, unan;

22  roue Kedesh, unan; roue Jokneam war ar C'harmel, unan;

23  roue Dor war grec'h Dor, unan; roue Goim e-kichen Gilgal, unan;

24  roue Tirza, unan. An holl rouaned: unan ha tregont.

 

Pennad 13

Lodennań bro Ganaan

1  Jozue a oa kozh hag oadet bras. An AOTROU a lavaras dezhań: Te a zo kozh hag oadet bras, hag e chom ur vro bras-meurbet da berc'hennań.

2  Setu amań ar vro a chom: holl zouaroł ar Filistined, hag ar C'heshurianed;

3  adalek ar Shihor a red a-dal d'an Ejipt betek harz Ekron war-zu an hanternoz, kontet evel Kananeat ez eus pemp penn-bras ar Filistined: hini Gaza, hini Asdod, hini Askalon, hini Gath hag hini Ekron; an Aviz

4  war-zu ar c'hreisteiz, hag holl vro ar Gananeiz, ha Meara a zo d'ar Sidoniz, betek Afek ha betek harz an Amoreaned;

5  bro ar C'hibliz hag al Liban holl war-zu ar sav-heol, adalek Baal-Gad e traoń Menez Hermon betek digor Hamad,

6  hag holl annezidi ar menez, adalek al Liban betek Misrefod-Maim, hag an holl Sidoniz. Me o c'haso kuit dirak mibien Israel. Laka hepken kement-se evel hźrezh da Israel, evel ma em eus gourc'hemennet dit,

7  ha lodenn bremań ar vro-se en hźrezh d'an nav meuriad ha da hanter-veuriad Manase.

8  An hanter all, ar Rubeniz hag ar C'hadiz o deus bet o hźrezh, en deus roet Moizez dezho en tu all d'ar Jordan er sav-heol, evel m'en deus roet dezho Moizez servijer an AOTROU,

9  adalek Aroer a zo war ribl froud an Arnon, hag ar gźr a zo e-kreiz ar froud, ha plaenenn Medeba betek Dibon,

10  hag holl gźrioł Sihon roue an Amoreaned a rene en Hesbon betek harz mibien Ammon,

11  ha Galaad, ha douaroł ar C'heshurianed hag ar Vaakatianed, hag holl Venez Hermon, ha Basan en e bezh betek Salka,

12  hag holl rouantelezh Og e Basan a rene en Ashtarod hag en Edrei, un nemorant eus ar Refaim. Moizez a bilas anezho hag o diberc'hennas.

13  Hogen mibien Israel ne ziberc'hennas ket ar C'heshurianed hag ar Vaakatianed, met ar C'heshurianed hag ar Vaakatianed a zo o chom e-kreiz Israel betek hiziv.

14  Ha ne voe ket roet a hźrezh da veuriad Levi; ar profoł graet dre an tan d'an AOTROU Doue Israel a voe e hźrezh, evel m'en doa lavaret dezhań.

15  Moizez a roas ul lodenn da veuriad mibien Ruben hervez o ziegezhioł.

16  O douaroł a voe adalek Aroer a zo war ribl froud an Arnon, hag ar gźr a zo e-kreiz ar froud, hag ar blaenenn e-kichen Medeba,

17  hag Hesbon hag hec'h holl gźrioł war ar blaenenn, Dibon, Bamod-Baal, Bet-Baal-Meon,

18  Jahaz, Kedemod, Mefaad,

19  Kirjataim, Sibma, Zered-Hashahar war venez an draonienn,

20  Bet-Peor, krec'hioł ar Pisga, Bet-Jeshimod,

21  hag holl gźrioł ar blaenenn, hag holl rouantelezh Sihon roue an Amoreaned a rene en Hesbon; Moizez a bilas anezhań gant prińsed Madian, Evi, Rekem, Zur, Hur ha Reba, a oa e dalc'h Sihon hag a oa o chom er vro.

22  Mibien Israel a lazhas gant barvenn ar c'hleze Balaam mab Beor, an divinour, e-touez ar re a voe lakaet d'ar marv ganto.

23  Harz mibien Ruben a voe ar Jordan hag e harz. Hennezh e voe hźrezh mibien Ruben hervez o ziegezhioł, ar c'hźrioł-se hag o c'hźriadennoł.

24  Moizez a roas ul lodenn da veuriad Gad, da vibien Gad, hervez o ziegezhioł.

25  O douaroł a voe Jaezer, hag holl gźrioł Galaad, hag hanter vro mibien Ammon betek Aroer a zo a-dal da Rabba,

26  hag adalek Hesbon betek Ramad-Mizpe ha Betonim, hag adalek Mahanaim betek harz Debir,

27  hag en draonienn, Bet-Haram, Bet-Nimra, Sukkod, Zafon, nemorant rouantelezh Sihon roue Hesbon, ar Jordan a oa an harz betek penn Mor Kinnered en tu all d'ar Jordan, war-zu ar sav-heol.

28  Hennezh e voe hźrezh mibien Gad hervez o ziegezhioł, ar c'hźrioł-se hag o c'hźriadennoł.

29  Moizez a roas ul lodenn da hanter-veuriad Manase, da hanter-skourr mibien Manase, hervez o ziegezhioł.

30  O douaroł a voe adalek Mahanaim ar Basan en e bezh, hag holl rouantelezh Og roue Basan, hag holl c'hźriadennoł Jair a zo e Basan, tri-ugent kźr.

31  Un hanter eus Galaad, Ashtarod hag Edrei, kźrioł rouantelezh Og e Basan, a voe da vibien Makir mab Manase, d'un hanter eus mibien Makir hervez o ziegezhioł.

32  Hennezh e voe an hźrezh a lodennas Moizez e plaenennoł Moab, en tu all d'ar Jordan, a-dal da Jeriko, war-zu ar sav-heol.

33  Moizez ne roas ket a hźrezh da veuriad Levi, an AOTROU Doue Israel a voe o hźrezh, evel m'en doa lavaret dezho.

 

Pennad 14

Kaleb a resev Hebron da hźrezh

1  Setu amań hźrezh mibien Israel e bro Ganaan, ar pezh a lodennas dezho evel hźrezh Eleazar an aberzhour, Jozue mab Nun, ha pennoł-tadel meuriadoł mibien Israel.

2  O hźrezh a voe roet dezho dre ar sord, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU dre Voizez evit an nav meuriad hag an hanter-veuriad.

3  Rak Moizez en doa roet o hźrezh da zaou veuriad ha d'un hanter-veuriad en tu all d'ar Jordan, met n'en devoa ket roet a hźrezh d'al Levited en o zouez.

4  Mibien Jozef a rae daou veuriad, Manase hag Efraim, ha ne voe ket roet a lod d'al Levited er vro, nemet kźrioł da chom enno gant o douaroł tro-dro evit o chatal hag evit o madoł.

5  Mibien Israel a reas evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez, hag e lodennjont ar vro.

6  Mibien Juda a dostaas ouzh Jozue e Gilgal, ha Kaleb mab Jefune ar C'henizian a lavaras: Gouzout a rez ar pezh en deus lavaret an AOTROU da Voizez den Doue e Kadesh-Barnea.

7  Oadet a zaou-ugent vloaz e oan pa gasas Moizez servijer an AOTROU ac'hanon eus Kadesh-Barnea evit spiań ar vro, hag e rentis dezhań kont en eeunder va c'halon.

8  Va breudeur a oa pignet ganin a lakaas kalon ar bobl da deuziń, met me a heulias en holl leunder an AOTROU va Doue.

9  Moizez a douas en deiz-se o lavarout: A-dra-sur an douar en deus mac'het da droad a vo da viken un hźrezh evidout hag evit da vibien, dre ma ec'h eus heuliet en holl leunder an AOTROU va Doue.

10  Ha bremań, setu, an AOTROU en deus miret din va buhez, evel m'en doa lavaret. Bez' ez eus pemp bloaz ha daou-ugent abaoe m'en deus lavaret an AOTROU ar gomz-se da Voizez, pa gerzhe Israel el lec'h distro, hag hiziv, setu, em eus an oad a bemp bloaz ha pevar-ugent.

11  Hag ez on c'hoazh hiziv ken nerzhus hag en deiz ma kasas ac'hanon Moizez; bez' em eus bremań an hevelep nerzh hag an hini em boa neuze evit ar brezel hag evit mont ha dont.

12  Ro din eta ar menez en doa komzet an AOTROU diwar e benn en deiz-se, rak klevet ec'h eus en deiz-se edo an Anakim eno, gant kźrioł bras ha kreńv. Marteze e vo an AOTROU ganin hag e kasin anezho kuit, evel m'en deus lavaret an AOTROU.

13  Jozue a vennigas anezhań, hag e roas Hebron da Galeb mab Jefune da hźrezh.

14  Setu perak e voe Hebron da Galeb mab Jefune ar C'henizian da hźrezh betek hiziv, dre m'en doa heuliet en holl leunder an AOTROU Doue Israel.

15  Anv Hebron a oa gwechall Kirjad-Arba, hag a oa bet un den galloudek e-touez an Anakim. Hag ar vro a voe sioul hep brezel.

 

Pennad 15

Lodenn roet da Juda

1  Setu al lodenn degouezhet dre ar sord da vibien Juda, hervez o ziegezhioł. War harz Edom, an distro Zin war-zu ar su a oa penn pellań ar c'hreisteiz.

2  An harz kreisteiz a yae eus penn Mor an Holen, adalek ar vrec'h a sell war-zu ar c'hreisteiz,

3  hag ez ae e kreisteiz krec'hienn Akrabim, hag e tremene dre Zin, hag e pigne da greisteiz Kadesh-Barnea, hag e tremene dre Hezron, hag e pigne da Adar, hag e troe da Garkaa,

4  hag e tremene dre Azmon, hag ez ae da froud an Ejipt; dibenn an harz a oa ar mor. Hennezh e voe an harz kreisteiz.

5  An harz reter a oa Mor an Holen betek genoł ar Jordan. An harz hanternoz a yae eus brec'h ar mor a zo e genoł ar Jordan;

6  an harz a bigne da Vet-Hogla, hag e tremene en hanternoz Bet-Araba, hag e pigne an harz betek maen Bohan, mab Ruben,

7  hag e pigne an harz betek Debir e-kichen traonienn Akor, hag ez ae war-zu an hanternoz betek Gilgal, a zo dirak krec'hienn Adummim, e kreisteiz ar froud, ha e tremene an harz e-kichen doureier En-Shemesh, hag e tape da En-Rogel,

8  hag e pigne an harz dre draonienn mab Hinnom war-zu kreisteiz Jebuz, a zo Jeruzalem, hag e pigne an harz betek lein ar menez a zo a-dal da draonienn Hinom ouzh ar c'huzh-heol hag e dibenn traonienn ar Refaim ouzh an hanternoz,

9  hag en em astenne an harz eus lein ar menez da gavout mammenn doureier Neftoa, hag ez ae da gavout kźrioł menez Efron, hag e plege an harz war-zu Baala, a zo Kirjad-Jearim,

10  hag e troe an harz eus Baala d'ar c'huzh-heol war-zu menez Seir, hag e tremene en hanternoz menez Jearim, a zo Kesalon, hag e tiskenne da Vet-Shemesh, hag e tremene dre Dimna,

11  hag en em astenne an harz e tu hanternoz Ekron, hag ez ae da gavout Shikron, hag e tremene dre venez Baala, hag ez ae da Jabneel, hag an harz a zeue d'ar mor.

12  An harz kornōg a oa ar Mor Bras hag e ribl. Evel-se e voe harzoł mibien Juda, a bep tu, hervez o ziegezhioł.

13  Roet e voe da Galeb mab Jefune ul lodenn e-touez mibien Juda, hervez gourc'hemenn an AOTROU da Jozue, Kirjad-Arba, a zo Hebron; Arba a oa tad Anak.

14  Kaleb a gasas kuit tri mab Anak: Sheshai, Ahiman ha Talmai, bugale Anak.

15  Ac'hane e pignas da gavout annezidi Debir. Anv Debir a oa gwechall Kirjad-Sefer.

16  Kaleb a lavaras: Reiń a rin va merc'h Aksa da wreg d'an hini a bilo Kirjad-Sefer hag he c'hemero.

17  Otniel mab Kenaz, breur Kaleb, a gemeras anezhi, hag e roas dezhań Aksa e verc'h da wreg.

18  Pa voe hi erruet, e vountas anezhań da c'houlenn ur park digant he zad. Hag en em daolas a-ziwar c'horre hec'h azen, ha Kaleb a lavaras dezhi: Petra zo ganit?

19  Hi a respontas: Ro din ur vennozh. Peogwir ec'h eus roet din un douar er c'hreisteiz, ro din ivez mammennoł dour. Hag e roas dezhi mammennoł an nec'h ha mammennoł an traoń.

20  Hennezh e voe hźrezh meuriad mibien Juda, hervez o ziegezhioł.

21  Kźrioł e dibenn meuriad mibien Juda war-zu harz Edom, er c'hreisteiz a oa: Kabzeel, Eder, Jagur,

22  Kina, Dimona, Adada,

23  Kedesh, Hazor, Itnan,

24  Zif, Telem, Bealod,

25  Hazor-Hadata, Keriod-Hezron, a zo Hazor,

26  Amam, Shema, Moladah,

27  Hazar-Gada, Heshmon, Bet-Paled,

28  Hazar-Shual, Beer-Sheba, Bizjotja,

29  Baala, Iyim, Azem,

30  Eltolad, Kesil, Horma,

31  Ziklag, Madmana, Sansanna,

32  Lebaod, Shilhim, Ain, Rimon. An holl gźrioł: nav warn-ugent, gant o c'hźriadennoł.

33  Er blaenenn: Eshtaol, Zorea, Ashna,

34  Zanoah, En-Gannim, Tapuah, Enam,

35  Jarmud, Adullam, Soko, Azeka,

36  Shaaraim, Aditaim, Gedera, Gederotaim. Ar c'hźrioł-se: pevarzek, gant o c'hźriadennoł.

37  Zenan, Hadasha, Migdal-Gad,

38  Dilean, Mizpe, Jokteel,

39  Lakish, Bozkad, Eglon,

40  Kabbon, Lakmaz, Kitlish,

41  Gederod, Bet-Dagon, Naama, Makkeda. Ar c'hźrioł-se: C'hwezek, gant o c'hźriadennoł.

42  Libna, Eter, Ashan,

43  Jiftak, Ashna, Nezib,

44  Keila, Akzib, Maresha. Ar c'hźrioł-se: nav, gant o c'hźriadennoł.

45  Ekron, gant he c'hźrioł hag he c'hźriadennoł,

46  adalek Ekron war-zu ar mor, an holl re a zo e-kichen Asdod gant o c'hźriadennoł,

47  Asdod, gant he c'hźrioł hag he c'hźriadennoł, Gaza, gant he c'hźrioł hag he c'hźriadennoł, betek froud an Ejipt hag ar Mor Bras, a zo an harz.

48  Er menez: Shamir, Jattir, Soko,

49  Danna, Kirjad-Sanna, a zo Debir,

50  Anab, Eshtemo, Anim,

51  Goshen, Holon, Gilo. Ar c'hźrioł-se: unnek, gant o c'hźriadennoł.

52  Arab, Duma, Eshean,

53  Janum, Bet-Tapuah, Afeka,

54  Humta, Kirjad-Arba, a zo Hebron, Zior. Ar c'hźrioł-se: nav, gant o c'hźriadennoł.

55  Maon, Karmel, Zif, Juta,

56  Jizreel, Jodeam, Zanoah,

57  Kain, Gibea, Timna. Ar c'hźrioł-se: dek, gant o c'hźriadennoł.

58  Halhul, Bet-Zur, Gedor,

59  Maarad, Bet-Anod, Eltekon. Ar c'hźrioł-se: c'hwec'h, gant o c'hźriadennoł.

60  Kirjad-Baal, a zo Kirjad-Jearim, Rabba. Ar c'hźrioł-se: div, gant o c'hźriadennoł.

61  En distro: Bet-Araba, Middin, Sekaka,

62  Nibshan, Ir-Hammelak, En-Gedi. Ar c'hźrioł-se: c'hwec'h, gant o c'hźriadennoł.

63  Mibien Juda ne c'helljont ket diberc'hennań ar Jebuziz a oa o chom e Jeruzalem, hag ez eo chomet ar Jebuziz gant mibien Juda e Jeruzalem betek hiziv.

 

Pennad 16

Lodenn roet da Efraim

1  Setu al lodenn degouezhet dre ar sord da vibien Jozef. En em astenn a rae adalek ar Jordan e-kichen Jeriko da zoureier Jeriko ouzh ar reter, betek an distro a bign eus Jeriko da venez Betel,

2  hag ez ae eus Betel da Luz, hag e tremene war harz an Arkianed en Atarod,

3  hag e tiskenne war-zu ar c'huzh-heol da harz ar Jafletiz ha da harz Bet-Horon-Izel, ha betek Gezer, hag e tape ar mor.

4  Evel-se mibien Jozef, Manase hag Efraim, o doe o hźrezh.

5  Setu harz mibien Efraim hervez o ziegezhioł. Harz reter o hźrezh a oa eus Atarod-Adar betek Bet-Horon-Uhel,

6  hag ez ae an harz war-zu ar mor da Vikmetad en hanternoz, hag e troe an harz war-zu ar sav-heol etrezek Taanad-Silo, hag e tremene war-zu ar sav-heol dre Janoak,

7  hag e tiskenne eus Janoak da Atarod ha da Naarad, hag e tizhe Jeriko, hag e tape ar Jordan,

8  hag ez ae an harz eus Tappuak war-zu ar c'huzh-heol betek froud Kanah, hag e tape ar mor. Hennezh e voe hźrezh mibien Efraim hervez o ziegezhioł.

9  Mibien Efraim o doa ivez kźrioł distag e-kreiz hźrezh mibien Manase, kźrioł gant o c'hźriadennoł.

10  Hogen ne ziberc'hennjont ket ar Gananeiz a oa o chom e Gezer, hag ez eus bet Kananeiz o chom e-touez Efraim betek hiziv, o servijań evel sklavourien.

 

 

Pennad 17

Lodenn roet da hanter-veuriad Manase en tu-mań d'ar Jordan

1  Setu al lodenn degouezhet dre ar sord da veuriad Manase, a oa kentań-ganet Jozef. E-keńver Makir, kentań-ganet Manase ha tad da C'halaad, dre ma oa un den a vrezel, en doa bet Galaad ha Basan.

2  Mibien all Manase, hervez o ziegezhioł, a zo: mibien Abiezer, mibien Helek, mibien Asriel, mibien Sichem, mibien Hefer, mibien Shemida. Int eo bugale par Manase mab Jozef, hervez o ziegezhioł.

3  Zelofkad mab Hefer, mab Galaad, mab Makir, mab Manase, n'en doe ket a vibien met merc'hed. Anvioł merc'hed Zelofkad a oa: Mahla, Noa, Holga, Milka, Tirza.

4  Dont a rejont dirak Eleazar an aberzhour, dirak Jozue mab Nun ha dirak ar brińsed, o lavarout: An AOTROU en deus gourc'hemennet da Voizez reiń deomp un hźrezh e-touez hor breudeur. Hag e voe roet dezho, hervez gourc'hemenn an AOTROU, un hźrezh e-touez breudeur o zad.

5  Dek lodenn a zegouezhas da Vanase ouzhpenn broioł Galaad ha Basan en tu all d'ar Jordan,

6  rak merc'hed Manase o doe un hźrezh e-touez e vibien. Ha bro Galaad a voe evit mibien all Manase.

7  Harz Manase a yae eus Aser betek Mikmetad a-dal da Sichem, hag ez ae an harz da Jamin da gavout annezidi En-Tappuak.

8  Bro Tappuak a oa da Vanase, met Tappuak a oa war harz Manase hag a oa da vibien Efraim.

9  Hag e tiskenne an harz da froud Kana, da greisteiz ar froud. Ar c'hźrioł-se a oa da Efraim, e-kreiz kźrioł Manase. Hag ez ae harz Manase en hanternoz ar froud, hag e tape ar mor.

10  Ar c'hreisteiz a oa da Efraim, an hanternoz a oa da Vanase, hag ar mor a oa an harz, hag e stokent ouzh Aser en hanternoz hag ouzh Isakar er sav-heol.

11  Manase en doa en Isakar hag en Aser: Bet-Shean gant he c'hźrioł, Jibleam gant he c'hźrioł, annezidi Dor gant he c'hźrioł, annezidi En-Dor gant he c'hźrioł, annezidi Taanak gant he c'hźrioł, annezidi Megiddo gant he c'hźrioł, tri c'horn-bro.

12  Mibien Manase ne c'helljont ket diberc'hennań ar re a oa er c'hźrioł-se, hag ar Gananeiz a fellas dezho chom er vro-se.

13  Pa voe en em greńvaet mibien Israel, e rejont d'ar Gananeiz servijań evel sklavourien, met ne ziberc'hennjont ket anezho holl.

14  Mibien Jozef a gomzas ouzh Jozue o lavarout: Perak ec'h eus roet din da hźrezh ul lodenn hepken, pa'z on ur bobl niverus, en deus benniget an AOTROU betek-henn?

15  Jozue a lavaras: Mard out ur bobl niverus, pign d'ar goadeg, ha troc'h anezhi d'ober lec'h evidout e bro ar Ferezianed hag ar Refaim, pa'z eo re enk dit menez Efraim.

16  Mibien Jozef a lavaras: Ar menez ne vo ket a-walc'h deomp, ha kirri houarn o deus an holl Gananeiz a zo o chom war zouar an draonienn, ar re a zo o chom e Bet-Shean hag en he c'hźrioł, hag ar re a zo o chom e traonienn Jizreel.

17  Jozue a lavaras da di Jozef, da Efraim ha da Vanase: Te a zo ur bobl niverus, hag ec'h eus ur galloud bras, ne vo ket ul lodenn hepken evidout.

18  Met ar menez a vo dit, ur goadeg eo, hag e troc'hi anezhi, hag he dibennoł a vo dit, rak e tiberc'henni ar Gananeiz, petra bennak m'o deus kirri houarn ha petra bennak ma'z int kreńv.

 

Pennad 18

An dud kaset d'ober un tres. Lodenn roet da Venjamin

1  Holl vodadenn mibien Israel en em zastumas e Silo, hag e lakajont eno teltenn an engalv. Ar vro a oa bet mestroniet ganto.

2  Met chomet e oa, e-touez mibien Israel, seizh meuriad ha n'o doa ket bet a hźrezh.

3  Jozue a lavaras da vibien Israel: Pegeit e taleot da vont da berc'hennań ar vro en deus roet deoc'h an AOTROU, Doue ho tadoł?

4  Dibabit tri den dre bep meuriad, hag e kasin anezho. Sevel a raint hag ec'h ergerzhint ar vro, hag e raint un tres anezhi evit he lodennań; hag e tistroint da'm c'havout.

5  Hag he lodennint e seizh lodenn, Juda a chomo en e harzoł er c'hreisteiz, ha ti Jozef a chomo en e harzoł en hanternoz.

6  Grit un tres eus ar vro e seizh lodenn, hag e tegasot anezhań din amań. Hag e taolin ar sord evidoc'h, amań, dirak an AOTROU hon Doue.

7  Ne vo ket a lodenn evit al Levited en ho touez, rak ar servij evel aberzhourien d'an AOTROU eo o hźrezh. Gad, Ruben hag hanter-veuriad Manase o deus resevet o hźrezh en tu all d'ar Jordan, er sav-heol, ar pezh en deus roet dezho Moizez servijer an AOTROU.

8  An dud-se a savas hag a yeas. Jozue a c'hourc'hemennas d'ar re a yeas ober un tres eus ar vro, o lavarout: Kit, ergerzhit ar vro, grit un tres anezhi ha tistroit da'm c'havout, hag e taolin ar sord evidoc'h, amań, dirak an AOTROU, e Silo.

9  An dud-se a yeas, a ergerzhas ar vro, a reas un tres anezhi en ul levr e seizh lodenn hervez ar c'hźrioł, hag e tistrojont da gavout Jozue da gamp Silo.

10  Jozue a daolas ar sord evito e Silo dirak an AOTROU, ha Jozue a lodennas eno ar vro da vibien Israel, pep e lodenn.

11  Hag ar sord a gouezhas war veuriad mibien Benjamin, hervez o ziegezhioł, hag an douar a roas ar sord dezho a zegouezhas etre mibien Juda ha mibien Jozef.

12  O harz hanternoz a yae adalek ar Jordan, hag e pigne war gostez hanternoz Jeriko, hag e pigne er menez war-zu ar c'huzh-heol, hag e tape distro Betaven,

13  hag ez ae ac'hane an harz war-zu Luz, e kreisteiz Luz, a zo Betel, hag e tiskenne an harz da Atarod-Adar, e-kichen ar menez a zo e kreisteiz Bet-Horon-Izel,

14  hag e kendalc'he an harz, hag e troe e korn ar mor war-zu ar c'hreisteiz, adalek ar menez a zo a-dal da Bet-Horon war-zu ar c'hreisteiz, hag e tape Kirjad-Baal, a zo Kirjad-Jearim, kźr mibien Juda. Evel-se e voe tu ar c'huzh-heol.

15  Tu ar c'hreisteiz a yae eus dibenn Kirjad-Jearim, hag ez ae an harz war-zu ar mor, hag ez ae da vammenn doureier Neftoa,

16  hag e tiskenne an harz betek dibenn ar menez a zo a-dal da draonienn mab Hinnom, a zo traonienn ar Refaim, ouzh an hanternoz, hag e tiskenne an harz dre draonienn Hinnon war gostez kreisteiz ar Jebuziz, hag e tiskenne da En-Rogel,

17  hag e kromme war-zu an hanternoz betek En-Shemesh, ha betek Gelilod a-dal da venez Adummim, hag e tiskenne da vaen Bohan mab Ruben,

18  hag e tremene dre gostez hanternoz a-dal da Araba, hag e tiskenne da Araba,

19  hag e tremene an harz dre gostez hanternoz Bet-Holga, hag e tape an harz brec'h hanternoz Mor an Holen a zo e genoł ar Jordan. Evel-se e voe tu ar c'hreisteiz.

20  Ar Jordan a oa harz tu ar sav-heol. Hennezh e voe hźrezh mibien Benjamin, e harzoł tro-dro, hervez o ziegezhioł.

21  Kźrioł meuriad mibien Benjamin a oa, hervez o ziegezhioł: Jeriko, Bet-Holga, Emek-Keziz,

22  Bet-Araba, Zemaraim, Betel,

23  Avim, Para, Ofra,

24  Kefar-Ammonai, Ofni, Geba. Ar c'hźrioł-se: daouzek, gant o c'hźriadennoł.

25  Gabaon, Rama, Beerod,

26  Mizpe, Kefira, Moza,

27  Rekem, Jirpeel, Tareala,

28  Zela, Elef, Jebuz, a zo Jeruzalem, Gibead, Kirjad. Ar c'hźrioł-se: pevarzek, gant o c'hźriadennoł. Hennezh e voe hźrezh mibien Benjamin, hervez o ziegezhioł.

 

Pennad 19

Lodennoł roet da Simeon, da Zabulon, da Isakar, da Aser, da Neftali da Zan ha da Jozue

1  An eil sord a zegouezhas da Simeon, evit meuriad mibien Simeon, hervez o ziegezhioł, hag o hźrezh a voe e-kreiz hźrezh mibien Juda.

2  Bez' o doe en o hźrezh: Beer-Sheba, Sheba, Molada,

3  Hazar-Shual, Bala, Azem,

4  Eltolad, Betul, Horma,

5  Ziklag, Bet-Marcabod, Hazar-Suza,

6  Bet-Lebaod, Sharuchen. Ar c'hźrioł-se: trizek, gant o c'hźriadennoł.

7  Ain, Rimmon, Eter, Ashan. Ar c'hźrioł-se: peder, gant o c'hźriadennoł,

8  hag an holl gźriadennoł a oa en-dro d'ar c'hźrioł-se, betek Baalad-Beer, a zo Ramad-ar-C'hreisteiz. Hennezh e voe hźrezh meuriad mibien Simeon, hervez o ziegezhioł.

9  Hźrezh mibien Simeon a voe kemeret diwar lodenn mibien Juda, rak lodenn mibien Juda a oa re vras evito, hag hźrezh mibien Simeon a voe e-kreiz o hźrezh.

10  An trede sord a yeas da vibien Zabulon, hervez o ziegezhioł, hag harz o hźrezh a voe betek Sarid.

11  O harz a bigne d'ar c'huzh-heol da gavout Mareala, hag e stoke ouzh Dabbeshed, hag ouzh ar froud a zo a-dal da Jokneam;

12  hag eus Sarid e troe d'ar reter, war-zu ar sav-heol, etrezek harz Kislod-Tabor, hag ez ae da gavout Dabrad, hag e pigne da Jafia,

13  hag ac'hane e tremene d'ar reter, war-zu ar sav-heol, dre C'had-Efer ha dre Ed-Kazin, hag ez ae da Rimmon, hag ez ae da Nea,

14  hag e troe an harz d'an hanternoz war-zu Hannaton, hag e tape traonienn Jiftakel,

15  gant Kattad, Nahalal, Shimron, Jideala, Betlehem. Ar c'hźrioł-se: daouzek, gant o c'hźriadennoł.

16  Hennezh e voe hźrezh mibien Zabulon, hervez o ziegezhioł, ar c'hźrioł-se gant o c'hźriadennoł.

17  Ar pevare sord a zegouezhas da Isakar, evit mibien Isakar, hervez o ziegezhioł.

18  O harz a voe Jizreel, Kesullod, Sunem,

19  Hafaraim, Shion, Anaharad

20  Rabbid, Kishjon, Abez,

21  Remed, En-Gannim, En-Hadda, Bet-Pazez,

22  hag e stoke an harz ouzh Tabor, ha Shashazima, ha Bet-Shemesh, hag e tape o harz ar Jordan. Ar c'hźrioł-se: c'hwezek, gant o c'hźriadennoł.

23  Hennezh e voe hźrezh meuriad mibien Isakar, hervez o ziegezhioł, ar c'hźrioł-se gant o c'hźriadennoł.

24  Ar pempvet sord a zegouezhas da veuriad mibien Aser, hervez o ziegezhioł.

25  O harz a voe Helkad, Hali, Beten, Akshaf,

26  Alammelek, Amead, Misheal, hag e stoke ouzh kuzh-heol ar C'harmel hag ouzh ar Shihor-Libnad,

27  hag e troe war-zu ar sav-heol da gavout Bet-Dagon, hag e stoke ouzh Zabulon ha traonienn Jiftakel en hanternoz Bet-Emek ha Neiel, hag ez ae war-zu Kabul a-gleiz,

28  ha war-zu Ebron, Reob, Hammon, Kana, betek Sidon-Vras,

29  hag e troe an harz da gavout Rama, betek kźr greńv Tir, hag e troe an harz da gavout Hosa, hag e tape ar mor d'ar vrec'h o vont trema Akzib,

30  hag e voe Umma, Afek, Reob. Ar c'hźrioł-se: div warn-ugent, gant o c'hźriadennoł.

31  Hennezh e voe hźrezh meuriad mibien Aser, hervez o ziegezhioł, ar c'hźrioł-se hag o c'hźriadennoł.

32  Ar c'hwec'hvet sord a zegouezhas da vibien Neftali, evit mibien Neftali, hervez o ziegezhioł.

33  O harz a voe adalek Helef hag adalek Allon, e Zaanannim, en Adami, e Nekeb, e Jabneel, betek Lakum, hag e tape ar Jordan,

34  hag e troe an harz war-zu ar c'huzh-heol da Aznod-Tabor, hag ez ae ac'hane da Hukkok, hag e stoke ouzh Zabulon er c'hreisteiz, ouzh Aser er c'huzh-heol, hag ouzh ar Jordan a oa er sav-heol betek Juda.

35  Ar c'hźrioł kreńv a oa Ziddim, Zer, Hammad, Rakkad, Kinnered,

36  Adama, Rama, Hazor,

37  Kedesh, Edrei, En-Hazor,

38  Jireon, Migdal-El, Horem, Bet-Anad, Bet-Shemesh. Ar c'hźrioł-se: naontek, gant o c'hźriadennoł.

39  Hennezh e voe hźrezh meuriad mibien Neftali, hervez o ziegezhioł, ar c'hźrioł-se hag o c'hźriadennoł.

40  Ar seizhvet sord a zegouezhas da veuriad mibien Dan, hervez o ziegezhioł.

41  E harzoł o hźrezh e voe Zora, Eshtaol, Ir-Shemesh,

42  Shaalabbim, Ajalon, Jitla,

43  Elon, Timnata, Ekron,

44  Elteke, Gibbeton, Baalad,

45  Jehud, Bene-Berak, Gad-Rimmon,

46  Me-Jarkon, Rakkon, hag an harz a oa a-dal da Jafo.

47  Hag en em astenne harzoł mibien Dan pelloc'h. Mibien Dan a bignas hag a vrezelas ouzh Leshem, hag e kemerjont anezhi, hag e skojont warni gant troc'h ar c'hleze, hag e perc'hennjont anezhi, hag e voent o chom enni, hag e c'halvjont Leshem Dan, diwar anv Dan o zad.

48  Hennezh e voe hźrezh meuriad mibien Dan, hervez o ziegezhioł, ar c'hźrioł-se hag o c'hźriadennoł.

49  Pa voe echu da lodennań hźrezh ar vro hervez e harzoł, mibien Israel a roas en o zouez un hźrezh da Jozue mab Nun.

50  Hervez gourc'hemenn an AOTROU, e rojont dezhań ar gźr a c'houlennas, Timnad-Serak e menez Efraim. Adsevel a reas ar gźr hag e chomas enni.

51  Setu an hźrezhioł a voe lodennet evel hźrezh gant Eleazar an aberzhour, Jozue mab Nun, ha pennoł-tadel meuriadoł mibien Israel, dre ar sord, e Silo, dirak an AOTROU, ouzh digor teltenn an engalv. Hag e voe echu da lodennań ar vro.

 

Pennad 20

Kźrioł-repuiń

1  An AOTROU a gomzas da Jozue o lavarout:

2  Komz da vibien Israel ha lavar dezho: Lakait a-du kźrioł-repuiń, evel em boa lavaret deoc'h dre c'henoł Moizez,

3  evit ma tec'ho enno ar muntrer en devo lazhet unan bennak diratozh, hep rakpreder. Bez' e vint evidoc'h lec'hioł-repuiń rak ar veńjer-gwad.

4  Hag e tec'ho da unan eus ar c'hźrioł-se, hag e chomo ouzh digor dor kźr evit disklźriań e afer da henaourien ar gźr-se. Int a zegemero anezhań e kźr, hag e roint dezhań ul lec'h evit ma chomo ganto.

5  Mar red ar veńjer-gwad war e lerc'h, ne roint ket ar muntrer etre e zaouarn, rak lazhet en deus e nesań hep rakpreder, hep kasoni outań diagent.

6  Chom a raio er gźr-se betek ma'z aio e barnedigezh dirak ar vodadenn, betek marv ar beleg-meur a vo en amzer-se. Neuze e tistroio ar muntrer hag ez aio d'e gźr ha d'e di, d'ar gźr ma oa tec'het diouti.

7  Santelaat a rejont eta Kedesh e Galilea, e menez Neftali, Sichem e menez Efraim, ha Kirjad-Arba, a zo Hebron, e menez Juda.

8  Hag en tu all d'ar Jordan, dreist Jeriko war-zu ar sav-heol, e lakajont Bezer en distro, er blaenenn, eus meuriad Ruben, Ramod e Galaad, eus meuriad Gad, ha Golan e Basan, eus meuriad Manase.

9  Ar re-se a voe ar c'hźrioł dilennet evit holl vibien Israel hag evit an diavaeziad a zo o chom en o zouez, evit ma tec'ho enno an hini en devo lazhet unan bennak diratozh, hag evit na varvo ket dre zorn ar veńjer-gwad, betek ma'z aio dirak ar vodadenn.

 

Pennad 21

Kźrioł al Levited

1  Pennoł-tadel al Levited a dostaas ouzh Eleazar an aberzhour, ouzh Jozue mab Nun, hag ouzh pennoł-tadel meuriadoł mibien Israel,

2  hag e komzjont outo e Silo, e bro Ganaan, o lavarout: An AOTROU en deus gourc'hemennet dre c'henoł Moizez reiń deomp kźrioł evit chom enno, gant an douaroł tro-dro evit hol loened.

3  Mibien Israel a roas eus o hźrezh d'al Levited, hervez gourc'hemenn an AOTROU, ar c'hźrioł-mań gant an douaroł tro-dro.

4  Ar sord a zegouezhas da diegezhioł ar Gehatited. Ha mibien Aaron an aberzhour, a-douez al Levited, o doe dre ar sord trizek kźr, diwar veuriad Juda, diwar veuriad Simeon ha diwar veuriad Benjamin.

5  Mibien all Kehad o doe dre ar sord dek kźr diwar diegezhioł meuriad Efraim, diwar veuriad Dan ha diwar hanter-veuriad Manase.

6  Mibien Gershon o doe dre ar sord trizek kźr diwar diegezhioł meuriad Isakar, diwar veuriad Aser, diwar veuriad Neftali ha diwar hanter-veuriad Manase e Basan.

7  Mibien Merari, hervez o ziegezhioł, o doe daouzek kźr diwar veuriad Ruben, diwar veuriad Gad ha diwar veuriad Zabulon.

8  Mibien Israel a roas d'al Levited, dre ar sord, ar c'hźrioł-se gant an douaroł tro-dro, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU dre c'henoł Moizez.

9  Reiń a rejont eta diwar veuriad mibien Juda ha diwar veuriad mibien Simeon ar c'hźrioł-mań, a vo galvet dre o anvioł.

10  Evit mibien Aaron, eus tiegezh ar Gehatited, a oa mibien Levi, a voe al lodenn gentań degouezhet evito,

11 e voe roet: Kirjad-Arba, tad Anak, a zo Hebron, e menez Juda, gant an douaroł tro-dro;

12  parkoł kźr hag he c'hźriadennoł a voe roet da Galeb mab Jefune, evit e zalc'h;

13  roet e voe eta da vibien Aaron an aberzhour ar gźr-repuiń evit ar vuntrerien Hebron gant he douaroł, Libna gant he douaroł,

14  Jattir gant he douaroł, Eshtemoa gant he douaroł,

15  Holon gant he douaroł, Debir gant he douaroł,

16  Ain gant he douaroł, Juta gant he douaroł, Bet-Shemesh gant he douaroł, nav c'hźr diwar an daou veuriad-se;

17  diwar veuriad Benjamin, Gabaon gant he douaroł, Geba gant he douaroł,

18  Anatod gant he douaroł, Almon gant he douaroł, peder c'hźr.

19  Holl gźrioł an aberzhourien mibien Aaron: trizek kźr gant o douaroł.

20  Tiegezhioł mibien Kehad, al Levited all eus mibien Kehad, o doe en o lodenn kźrioł diwar veuriad Efraim,

21  roet e voe dezho ar gźr-repuiń evit ar vuntrerien Sichem gant he douaroł e menez Efraim, Gezer gant he douaroł,

22  Kibzaim gant he douaroł, Bet-Horon gant he douaroł, peder c'hźr;

23  diwar veuriad Dan, Elteke gant he douaroł, Gibbeton gant he douaroł,

24  Ajalon gant he douaroł, Gad-Rimmon gant he douaroł, peder c'hźr;

25  diwar hanter-veuriad Manase, Taanak gant he douaroł, Gad-Rimmon gant he douaroł, div gźr.

26  Holl gźrioł tiegezhioł mibien all Kehad: dek gant o douaroł.

27  Mibien Gershon eus tiegezh al Levited o doe diwar hanter-veuriad Manase ar gźr-repuiń evit ar vuntrerien Golan e Basan gant he douaroł, Beeshtera gant he douaroł, div gźr;

28  diwar veuriad Isakar, Kishjon gant he douaroł, Dabrad gant he douaroł,

29  Jarmud gant he douaroł, En-Gannim gant he douaroł, peder c'hźr;

30  diwar veuriad Aser, Misheal gant he douaroł, Abdon gant he douaroł,

31  Helkad gant he douaroł, Reob gant he douaroł, peder c'hźr;

32 diwar veuriad Neftali, ar gźr-repuiń evit ar vuntrerien Kedesh e Galilea gant he douaroł, Hammod-Dor gant he douaroł, Kartan gant he douaroł, teir c'hźr.

33  Holl gźrioł tiegezhioł ar C'hershonited: trizek kźr gant o douaroł.

34  Tiegezhioł mibien Merari, al Levited all, o doe diwar veuriad Zabulon, Jokneam gant he douaroł, Karta gant he douaroł,

35  Dimna gant he douaroł, Nahala gant he douaroł, peder c'hźr;

36  diwar veuriad Ruben, Bezer gant he douaroł, Jahza gant he douaroł,

37  Kedemod gant he douaroł, Mefaad gant he douaroł, peder c'hźr;

38  diwar veuriad Gad, ar gźr-repuiń evit ar vuntrerien Ramod e Galaad gant he douaroł, Mahanaim gant he douaroł,

39  Hesbon gant he douaroł, Jaezer gant he douaroł, peder c'hźr.

40  Holl gźrioł tiegezhioł mibien Merari, tiegezhioł all al Levited, o lodenn a voe daouzek kźr.

41  Holl gźrioł al Levited e-kreiz dalc'hoł mibien Israel: eizh kźr ha daou-ugent gant o douaroł.

42  Pep hini eus ar c'hźrioł-se he devoa he douaroł tro-dro; evel-se e oa evit an holl gźrioł-se.

43  An AOTROU a roas da Israel an holl vro en doa touet reiń d'o zadoł. He ferc'hennjont hag e voent o chom enni.

44  An AOTROU a roas dezho diskuizh a bep kostez, evel m'en doa touet d'o zadoł, hag hini ebet eus o enebourien ne zalc'has dirazo; an AOTROU a lakaas o holl enebourien etre o daouarn.

45  Ne c'hwitas komz ebet an holl gomzoł mat lavaret gant an AOTROU da di Israel, kement tra a voe peurc'hraet.

 

Pennad 22

Kudenn diwar-benn un aoter

1  Jozue a c'halvas ar Rubeniz, ar C'hadiz hag hanter-veuriad Manase,

2  hag e lavaras dezho: Miret hoc'h eus kement en doa gourc'hemennet deoc'h Moizez servijer an AOTROU, sentet hoc'h eus ouzhin e kement em eus gourc'hemennet deoc'h,

3  n'hoc'h eus ket dilezet ho preudeur e-pad an amzer hir-se betek hiziv, ha miret hoc'h eus karg urzhioł an AOTROU ho Toue.

4  Bremań an AOTROU ho Toue en deus roet diskuizh d'ho preudeur, evel m'en doa lavaret. Distroit eta bremań, kit d'ho teltennoł, d'ar vro a zo deoc'h, an hini en deus roet deoc'h Moizez servijer an AOTROU en tu all d'ar Jordan.

5  Eveshait da virout ar gourc'hemennoł hag al lezenn en deus roet deoc'h Moizez servijer an AOTROU ha grit diouto, karit an AOTROU ho Toue, kerzhit en e holl hentoł, mirit e c'hourc'hemennoł, en em stagit outań, servijit anezhań eus hoc'h holl galon hag eus hoc'h holl ene.

6  Jozue a vennigas anezho hag o c'hasas kuit, hag ez ejont d'o zeltennoł.

7  Moizez en doa roet da un hanter eus meuriad Manase ul lodenn e Basan, ha Jozue a roas d'an hanter all ul lodenn gant o breudeur en tu-mań d'ar Jordan, er c'huzh-heol. Pa gasas Jozue anezho d'o zeltennoł, e vennigas anezho,

8  hag e lavaras dezho: Distreiń a rit d'ho teltennoł gant pinvidigezhioł bras ha gant loened niverus, gant arc'hant, gant aour, gant arem, gant houarn, gant dilhad e-leizh; lodennit an diwisk eus hoc'h enebourien gant ho preudeur.

9  Mibien Ruben, mibien Gad hag hanter-veuriad Manase a zistroas hag a yeas kuit a-zigant mibien Israel, eus Silo a zo e bro Ganaan, evit mont da vro C'halaad, d'ar vro a berc'hennent, e-lec'h m'o doa bet o dalc'h, hervez gourc'hemenn an AOTROU dre c'henoł Moizez.

10  Dont a rejont da rann-vro ar Jordan, a zo e bro Ganaan; mibien Ruben, mibien Gad hag hanter-veuriad Manase a savas eno un aoter tost d'ar Jordan, un aoter a ziskouez bras.

11  Mibien Israel a glevas lavarout: Mibien Ruben, mibien Gad hag hanter-veuriad Manase o deus savet un aoter a-dal da vro Ganaan, e rann-vro ar Jordan, en tu all da vibien Israel.

12  Mibien Israel a glevas kement-se, hag holl vodadenn mibien Israel en em zastumas e Silo, evit pignat d'ober brezel dezho.

13  Mibien Israel a gasas Fineas mab Eleazar an aberzhour da gavout mibien Ruben, mibien Gad hag hanter-veuriad Manase, da vro C'halaad,

14  ha dek prińs gantań, ur prińs dre bep ti tadel eus pep meuriad Israel. Pep hini anezho a oa ur penn eus e di tadel e-touez milieroł Israel.

15  Dont a rejont da gavout mibien Ruben, mibien Gad hag hanter-veuriad Manase, da vro C'halaad, hag e komzjont outo o lavarout:

16  Evel-henn he deus lavaret holl vodadenn an AOTROU: Petra eo an torfed-se hoc'h eus graet a-enep Doue Israel? Perak hoc'h eus en em zistroet hiziv diouzh an AOTROU en ur sevel un aoter evit enebiń hiziv ouzh an AOTROU?

17  Ha re nebeut e oa direizhder Peor, ha n'omp ket glanaet dioutań betek hiziv, daoust d'ar gouli deuet war vodadenn an AOTROU,

18  ma en em zistroit hiziv diouzh an AOTROU? Enebiń a rit hiziv ouzh an AOTROU, ha warc'hoazh e fuloro a-enep holl vodadenn Israel!

19  Mard eo dic'hlan ar vro a berc'hennit, tremenit er vro a zo d'an AOTROU, e-lec'h ma chom tabernakl an AOTROU, hag e vo ho talc'h en hon touez. Met n'enebit ket ouzh an AOTROU ha na bellait ket diouzhimp, en ur sevel un aoter deoc'h, ouzhpenn aoter an AOTROU hon Doue.

20  Akan mab Zerak, ha ne reas ket un torfed en ur gemer traoł lakaet da verz? Ha ne gouezhas ket fulor an AOTROU war holl vodadenn Israel? An den-se ne varvas ket e-unan evit e zireizhder.

21  Mibien Ruben, mibien Gad hag hanter-veuriad Manase a respontas, o lavarout da bennoł milieroł Israel:

22  Doue, an AOTROU Doue, Doue, an AOTROU Doue a anavez, hag Israel a anavezo, mard eo dre zispac'h ha mard eo evit un torfed a-enep an AOTROU, na zeuio ket eń d'hor sikour hiziv!

23  Ma hon eus savet un aoter evit en em zistreiń diouzh an AOTROU, ha mard eo evit kinnig warni loskaberzhoł ha donezonoł, pe evit profań aberzhoł a drugarekadennoł, ra c'houlenno kont an AOTROU e-unan,

24  met graet hon eus kement-se rak aon hon eus na lavarfe en amzer da zont ho mibien d'hor mibien: Petra hoc'h eus d'ober gant an AOTROU Doue Israel?

25  Lakaet en deus an AOTROU ar Jordan evit harz etre ni ha c'hwi, mibien Ruben ha mibien Gad, n'hoc'h eus lod ebet en AOTROU. Hag evel-se e paouezo hor mibien da zoujań an AOTROU, en abeg d'ho mibien.

26  Lavaret hon eus: Labouromp da sevel un aoter, ha ne vo ket evit loskaberzhoł nag evit aberzhoł,

27  met evit ma vo un test etre hor rummadoł war hol lerc'h, evit ma c'hellimp servijań an AOTROU dirazań, gant hol loskaberzhoł, hon aberzhoł, hon aberzhoł a drugarekadennoł, evit na lavaro ket en amzer da zont ho mibien d'hor mibien: N'hoc'h eus lod ebet en AOTROU.

28  Lavaret hon eus: Pa gomzint evel-se, deomp pe d'hor rummadoł war hol lerc'h, e lavarimp: Gwelit stumm aoter an AOTROU o deus graet hon tadoł, ha ne oa ket evit loskaberzhoł nag evit aberzhoł, met evit ma vefe un test etre ni ha c'hwi.

29  Pell diouzhimp dispac'hań a-enep an AOTROU pe en em zistreiń hiziv diouzh lerc'h an AOTROU, en ur sevel un aoter evit loskaberzhoł, donezonoł pe aberzhoł, ouzhpenn aoter an AOTROU hon Doue a zo dirak e dabernakl!

30  Pa glevas Fineas an aberzhour, prińsed ar vodadenn ha pennoł milieroł Israel a oa gantań ar c'homzoł a lavaras mibien Ruben, mibien Gad ha mibien Manase, e voent sederaet.

31  Fineas mab Eleazar an aberzhour a lavaras da vibien Ruben, da vibien Gad ha da vibien Manase: Gouzout a reomp hiziv emań an AOTROU en ho touez, pa n'hoc'h eus ket graet an torfed-se a-enep an AOTROU; bremań hoc'h eus dieubet mibien Israel eus dorn an AOTROU.

32  Fineas mab Eleazar an aberzhour hag ar brińsed a zistroas digant mibien Ruben ha digant mibien Gad eus bro C'halaad da vro Ganaan, da gavout mibien Israel ha da rentań dezho kont.

33  Mibien Israel a voe sederaet gant kement-se, mibien Israel a vennigas Doue, ha ne gomzjont ken da bignat d'ober brezel dezho evit distrujań ar vro m'edo o chom enni mibien Ruben ha mibien Gad.

34  Mibien Ruben ha mibien Gad a c'halvas an aoter Ed (= test), rak test eo, emań an AOTROU Doue etrezomp.

 

Pennad 23

Alioł Jozue da bennoł Israel

1  Pell amzer goude m'en doa roet an AOTROU diskuizh da Israel eus e holl enebourien a oa en-dro dezhań, Jozue a oa kozh hag oadet bras,

2  ha Jozue a c'halvas holl Israel, e henaourien, e bennoł, e varnerien, e ofiserien, hag e lavaras: Me a zo deuet da vezań kozh hag oadet bras.

3  Gwelet hoc'h eus kement en deus graet an AOTROU ho Toue d'an holl vroadoł-mań dirazoc'h, rak an AOTROU ho Toue eo an hini en deus stourmet evidoc'h.

4  Gwelit, lodennet em eus deoc'h evel hźrezh, hervez ho meuriadoł, an holl vroadoł a zo chomet adalek ar Jordan, hag an holl vroadoł am eus distrujet betek ar Mor Bras war-zu ar c'huzh-heol.

5  An AOTROU ho Toue o c'haso kuit a-zirazoc'h hag a ziberc'henno anezho dirazoc'h, hag e perc'hennot o bro, evel m'en deus lavaret an AOTROU ho Toue deoc'h.

6  Dalc'hit start eta, o virout kement a zo skrivet e levr lezenn Moizez hag oc'h ober dioutań, ne zistroiot nag a-zehou nag a-gleiz,

7  n'en em veskot ket d'ar vroadoł-se a zo chomet en ho touez, ne reot ket meneg eus anvioł o doueoł, ne lakaiot den da douiń drezo, ne servijot ket anezho, ne stouot ket dirazo.

8  En em stagań a reot ouzh an AOTROU ho Toue, evel ma hoc'h eus graet betek hiziv.

9  An AOTROU en deus diberc'hennet dirazoc'h broadoł bras ha kreńv, ha den n'en deus dalc'het dirazoc'h betek hiziv.

10  Unan ac'hanoc'h a redo war-lerc'h mil, rak an AOTROU ho Toue eo an hini a stourm evidoc'h, evel m'en deus lavaret deoc'h.

11  Taolit evezh gant pled ouzh hoc'h eneoł, da garout an AOTROU ho Toue.

12  Ma en em zistroit ha ma en em stagit ouzh an nemorant eus ar vroadoł-se a zo chomet en ho touez, ma en em unanit dre zimezioł dezho, ma en em veskit ganto hag int ganeoc'h,

13  anavezit penaos ne gendalc'ho ket an AOTROU ho Toue da ziberc'hennań ar vroadoł-se dirazoc'h, met bez' e vint evidoc'h ur roued hag ur pech, ur skourjez ouzh ho kostezioł, drein en ho taoulagad, betek ma'z eot da get a-ziwar c'horre ar vro vat-mań en deus roet deoc'h an AOTROU ho Toue.

14  Ha setu, mont a ran hiziv dre hent an holl douar. Gouzout a rit eus hoc'h holl galon hag eus hoc'h holl ene, penaos n'eo ket kouezhet ur gomz hepken eus an holl gomzoł mat en deus lavaret evidoc'h an AOTROU ho Toue. Kement tra eo peurc'hraet evidoc'h, n'eo ket kouezhet ur gomz hepken.

15  Hag evel ma'z eo c'hoarvezet ganeoc'h an holl gomzoł mat en deus lavaret an AOTROU ho Toue, evel-se e lakaio da zont warnoc'h an AOTROU an holl gomzoł fall, betek ma'z eot da get a-ziwar c'horre ar vro vat-mań en deus roet deoc'h an AOTROU ho Toue.

16  Mar torrit emglev an AOTROU ho Toue, an hini en deus gourc'hemennet deoc'h, ma kit da servijań doueoł all ha d'en em stouiń dirazo, fulor an AOTROU en em dano a-enep deoc'h, hag e varvot buan diwar ar vro vat en deus roet deoc'h.

 

Pennad 24

Marv Jozue hag Eleazar

1  Jozue a zastumas holl veuriadoł Israel e Sichem hag a c'halvas henaourien Israel, e bennoł, e varnerien, e ofiserien; hag ar re-mań en em zalc'has dirak Doue.

2  Jozue a lavaras d'ar bobl: Evel-henn en deus lavaret an AOTROU Doue Israel: Ho tadoł, Terak, tad Abraham ha tad Nakor, a oa o chom gwechall en tu all d'ar stźr hag a servije doueoł all.

3  Kemeret em eus ho tad Abraham eus an tu all d'ar stźr, lakaet em eus anezhań da vont dre holl vro Ganaan, kresket em eus e lignez, o reiń dezhań Izaak.

4  Da Izaak em eus roet Jakob hag Ezaü, hag em eus roet da Ezaü Menez Seir evit e berc'hennań; Jakob hag e vibien a ziskennas d'an Ejipt.

5  Kaset em eus Moizez hag Aaron, ha skoet em eus war an Ejipt, dre ar pezh am eus graet en he c'hreiz. Ha goude em eus tennet ac'hanoc'h er-maez.

6  Tennet em eus ho tadoł eus an Ejipt, ha deuet oc'h da gavout ar mor. An Ejipsianed a redas war-lerc'h ho tadoł gant kirri ha marc'hegerien betek ar Mor Ruz.

7  Hag e krijont d'an AOTROU, a lakaas un deńvalijenn etrezoc'h hag an Ejipsianed; hag e tegasas warno ar mor, a c'holoas anezho. Ho taoulagad a welas ar pezh am eus graet d'an Ejipsianed. Hag ez oc'h chomet pell amzer en distro.

8  Neuze em eus degaset ac'hanoc'h da vro an Amoreaned, a oa o chom en tu all d'ar Jordan. Ober a rejont brezel deoc'h, met o lakaet em eus etre ho taouarn, hag e perc'hennjoc'h o bro, hag o distrujet em eus a-zirazoc'h.

9  Balag mab Zippor, roue Moab, a savas hag a reas brezel da Israel. Gervel a reas Balaam mab Beor evit ho milligań.

10  Met ne fellas ket din selaou Balaam, ho pennigań a reas ha me a zieubas ac'hanoc'h eus e zorn.

11  Tremenet hoc'h eus ar Jordan hag oc'h deuet da Jeriko. Tud Jeriko, an Amoreaned, ar Ferezianed, ar Gananeiz, an Hitited, ar C'hirgazianed, an Hevianed, ar Jebuziz a reas brezel deoc'h; hag o lakaet em eus etre ho taouarn.

12  Kaset em eus gwesped a c'hasas anezho kuit a-zirazoc'h, evel daou roue an Amoreaned, ha ne voe na dre da gleze na dre da wareg.

13  Ha roet em eus deoc'h douaroł n'ho poa ket troet, ha kźrioł n'ho poa ket savet hag emaoc'h o chom enno, gwiniegi ha gwez-olivez n'hoc'h eus ket plantet hag a zebrit diouto.

14  Bremań eta, doujit an AOTROU, servijit anezhań gant eeunder ha fealded, pellait an doueoł o deus servijet ho tadoł en tu all d'ar stźr hag en Ejipt, ha servijit an AOTROU.

15  Ma ne blij ket deoc'h servijań an AOTROU, dibabit hiziv piv a fell deoc'h servijań, pe an doueoł o deus servijet ho tadoł en tu all d'ar stźr, pe doueoł an Amoreaned, emaoc'h o chom en o bro. Me ha va ziegezh a servijo an AOTROU.

16  Neuze ar bobl a respontas: Pell diouzhimp ar sońj da zilezel an AOTROU evit servijań doueoł all!

17  Rak an AOTROU eo hon Doue, eń eo an hini en deus graet deomp pignat, ni hag hon tadoł, eus bro Ejipt, eus an ti sklavelezh, hag en deus graet dirak hon daoulagad ar burzhudoł bras-se, hag en deus hon diwallet en holl hentoł ma hon eus kerzhet enno hag e-touez an holl bobloł ma hon eus tremenet en o c'hreiz.

18  An AOTROU en deus kaset kuit a-raok deomp an holl bobloł hag an Amoreaned a oa o chom er vro. Ni ivez a servijo an AOTROU, rak hon Doue eo.

19  Jozue a lavaras d'ar bobl: Ne c'hellot ket servijań an AOTROU, rak un Doue santel eo, un Doue gwarizius eo, ne bardono ket ho torridigezhioł hag ho pec'hedoł.

20  Mar dilezit an AOTROU ha mar servijit doueoł estren, e tistroio hag e raio droug deoc'h, hag e kuzumo ac'hanoc'h, goude bezań graet vad deoc'h.

21  Ar bobl a lavaras da Jozue: Nann! Rak ni a servijo an AOTROU.

22  Jozue a lavaras d'ar bobl: Testoł ez oc'h a-enep deoc'h, penaos hoc'h eus dibabet hoc'h-unan an AOTROU evit e servijań. Hag e lavarjont: Testoł omp!

23  Bremań eta, lamit an doueoł estren a zo en ho touez, ha troit ho kalonoł war-zu an AOTROU Doue Israel.

24  Ar bobl a lavaras da Jozue: Ni a servijo an AOTROU hon Doue hag a sento ouzh e vouezh.

25  Jozue a reas un emglev gant ar bobl en deiz-se, hag e roas dezho reolennoł ha barnedigezhioł e Sichem.

26  Jozue a skrivas ar c'homzoł-se e levr lezenn Doue. Kemer a reas ivez ur maen bras, hag e savas anezhań eno dindan un dervenn a oa e santual an AOTROU.

27  Jozue a lavaras d'ar bobl: Setu, ar maen-mań a vo un testeni a-enep deomp, rak klevet en deus an holl c'herioł en deus lavaret an AOTROU deomp, hag e vo un testeni a-enep deoc'h, evit na zinac'hot ket ho Toue.

28  Ha Jozue a gasas kuit ar bobl, hag e yeas pep hini d'e hźrezh.

29  Goude an traoł-mań, Jozue mab Nun, servijer an AOTROU, a varvas d'an oad a gant dek vloaz.

30  Beziet e voe e douar e hźrezh, e Timnad-Serak, a zo e menez Efraim, ouzh hanternoz menez Gaash.

31  Israel a servijas an AOTROU e-pad holl zeizioł Jozue, hag e-pad holl zeizioł an henaourien a chomas bev war-lerc'h Jozue hag a anaveze an oberoł en doa graet an AOTROU evit Israel.

32  Eskern Jozef, degaset gant mibien Israel eus an Ejipt, a voe beziet e Sichem, en ul logell douar en doa prenet Jakob digant mibien Hemor tad Sichem, ha mibien Jozef o doe anezhi en o hźrezh.

33  Eleazar mab Aaron a varvas hag a voe beziet war grec'hienn Fineaz e vab, a oa bet roet dezhań e menez Efraim.