KANENN AR C’HANENNOŁ

 

Pennad 1

1  Kanenn ar c'hanennoł, gant Salomon.

(Ar Sulamitez)

2  Ra boko din gant pokoł e c'henoł! Rak da garantez a zo gwelloc'h eget ar gwin.

3  Da frondoł o deus ur c'hwezh flour, da anv a zo evel ur frond skuilhet, dre-se o deus da garet ar merc'hed yaouank.

4  Va sach war da lerc'h ha redomp! Ar roue en deus degaset ac'hanon en e gambroł. Ni a drido hag en em laouenaio ennout. Muioc'h eget ar gwin e veulimp da garantez. Reizh eo da garout.

5  O merc'hed Jeruzalem, du on, met kaer evel teltennoł Kedar, evel tinelloł Salomon.

6  Na roit ket fed mard on du, rak an heol en deus va skaotet. Bugale va mamm a zo en em fuloret em enep, va lakaet o deus da ziwall ar gwiniegoł. Met va gwinieg va-unan, ne'm eus ket he diwallet.

7  Lavar din, te hag a zo karet gant va ene, pelec'h e vesaez da dropell ha pelec'h e lakaez anezhań da ziskuizhań da greisteiz. Rak, perak e vefen evel ur wreg diank e-kichen tropelloł da gompagnuned?

(Salomon)

8  Ma n'ouzout ket-se, o te ar gaerań e-touez ar merc'hed, kae war roudoł an tropell, ha laka da c'havrigoł da beuriń e-kichen teltennoł ar vesaerien.

9  Va c'haredig, da lakaat a ran heńvel ouzh va c'hazeg staget ouzh kirri Faraon.

10  Koant eo da zivjod gant o bragerizoł, ha da c'houzoug gant e gelc'hennoł.

11  Ober a raimp dit bragerizoł aour gant gwrioł arc'hant.

(Ar Sulamitez)

12  E-pad ma'z eo ar roue azezet ouzh taol, va nard a laosk e c'hwezh-vat.

13  Va muiań-karet a zo din evel ur vodenn mir a ziskuizh etre va divronn.

14  Va muiań-karet a zo din ur blokad lugustr e gwiniegoł En-Gedi.

(Salomon)

15  Pegen kaer out, va c'haredig, pegen kaer out! Da zaoulagad a zo koulmed.

(Ar Sulamitez)

16  Pegen kaer out, va muiań-karet, pegen dudius out! Hor gwele eo glasvez.

17  Treustoł hon ti a zo sedrez, hol lambruskoł a zo siprez.

 

Pennad 2

1  Me eo rozenn Saron, lilienn an traoniennoł.

(Salomon)

2  Evel al lilienn e-touez ar spern, evel-se eo va c'haredig e-touez ar merc'hed yaouank.

(Ar Sulamitez)

3  Evel ar wezenn-aval e-touez gwez ar goadeg, evel-se eo va muiań-karet e-touez an dud yaouank. C'hoantaet em eus he skeud hag on azezet ennań; he frouezh a oa dous da'm staon.

4  Degaset en deus ac'hanon e sal ar goan. Ar banniel a sav warnon eo ar garantez.

5  Kreńva ac'hanon gant rezin, nerzh ac'hanon gant avaloł, rak klańv on a garantez.

6  Ra vo e zorn kleiz dindan va fenn, hag ra boko e du dehou din!

7  Me ho ped, merc'hed Jeruzalem, dre c'hazeled ha dre heizezed ar parkeier, na zihunit ket, na zihunit ket ar garantez, a-raok ma fello dezhi.

8  Mouezh va muiań-karet eo! Setu e teu o lammat war ar menezioł, o sailhań war ar c'hrec'hiennoł.

9  Va muiań-karet a zo evel ar c'hazel pe evel hini bihan an heizez. Setu, en em zalc'h a-drek hor mogerioł, emań o sellout dre ar prenestroł, oc'h evezhiań dre ar gael.

10  Va muiań-karet a gomz hag a lavar din: Sav, va c'haredig, va c'hoant, ha deus!

11  Rak setu, ar goańv a zo tremenet, ar glav a zo paouezet, aet eo kuit.

12  Ar bleuńv en em ziskouez war an douar, amzer ar c'hanaouennoł a zo deuet ha mouezh an durzhunell a vez klevet war hor maez.

13  Ar wezenn-fiez a vount he fiez, ar gwiniennoł, e-kreiz o bleuńv, a laosk o c'hwezh-vat. Sav, va c'haredig, va c'hoant, ha deus!

14  Va c'houlm, en em zerc'hel a rez e faoutoł ar roc'h hag e kuzhez er brioł serzh. Diskouez din da zremm, va laka da glevout da vouezh, rak da vouezh a zo dous ha da zremm a zo brav.

15  Kemerit deomp al lern, al lern bihan a wast ar gwiniegoł, rak emań hor gwiniegoł en o bleuńv.

16  Va muiań-karet a zo din ha me a zo dezhań. Peuriń a ra e dropell e-touez al lili.

17  A-raok ma c'hwezh avel an deiz ha ma tec'h kuit ar skeudennoł, deus en-dro, va muiań-karet, bez evel ar c'hazel pe evel hini bihan an heizez war ar menezioł Beter (= rann).

 

Pennad 3

1  Em gwele e-pad an noz, em eus klasket an hini a gar va ene. E glasket em eus, met ne'm eus ket e gavet.

2  Sevel a rin bremań hag e rin tro kźr dre ar straedoł ha dre ar plasennoł. Klask a rin an hini a gar va ene. E glasket em eus, met ne'm eus ket e gavet.

3  Ar warded a gavas ac'hanon e-pad ma oant war hent-ged kźr: Ha n'hoc'h eus ket gwelet an hini a gar va ene?

4  A-boan em boa o zremenet, ma kavis an hini a gar va ene. E gemeret em eus, ha ne laoskin ket anezhań ken na'm bo e zegaset da di va mamm ha da gambr an hini he deus va c'hońsevet.

5  Me ho ped, merc'hed Jeruzalem, dre c'hazeled ha dre heizezed ar parkeier, na zihunit ket, na zihunit ket ar garantez, a-raok ma fello dezhi.

6  Piv eo an hini a bign eus al lec'h distro evel kolonennoł moged, frondet gant mir hag ezańs, gant pep seurt louzoł-frondus ar varc'hadourien.

7  Setu amań gwele Salomon. En-dro dezhań ez eus tri-ugent den kadarn, eus ar re gadarnań a zo en Israel,

8  holl o c'hoari ar c'hleze ha gourdon ouzh ar brezel. Pep hini a zoug e gleze war e lez, en aon rak galvoł-diwall an noz.

9  Ar roue Salomon en deus graet ul leter evitań gant koad al Liban.

10  Graet en deus e beulioł en arc'hant, e gein en aour, e sez e limestra. E ziabarzh a oa ur oberenn a garantez a-berzh merc'hed Jeruzalem.

11  Deuit er-maez, merc'hed Sion, sellit ouzh ar Roue Salomon gant ar gurunenn he deus lakaet e vamm war e benn da zeiz e zimeziń, da zeiz levenez e galon.

 

Pennad 4

(Salomon)

1  Pegen kaer out, va c'haredig, pegen kaer out! Da zaoulagad a zo koulmed a-drek da ouel. Da vlev a zo evel un tropell givri divilhet ouzh menezioł Galaad.

2  Da zent a zo evel un tropell deńved touzet o pignat en-dro eus an dourlec'h, pep unan gant he gevelled, hini ebet n'eo gaonac'h.

3  Da vuzelloł a zo evel un neudenn ruz-mouk, ha da c'henoł a zo boemus. Da jod a zo evel un hanter greunaval a-drek da ouel.

4  Da c'houzoug a zo evel tour David, savet da servijań da harnezerezh; mil skoed a zo skourret outań, holl dirennoł ar re gadarn.

5  Da zivronn a zo evel div heizezig, evel gevelled ur c'hazel o peuriń e-touez al lili.

6  A-raok ma c'hwezh avel an deiz ha ma tec'h kuit ar skeudennoł, ez in da venez ar mir ha da grec'hienn an ezańs.

7  Hollgaer ez out va c'haredig, ha dinamm.

8  Deus ganin eus al Liban, va fried, deus ganin eus al Liban! Sell diwar krec'h Amana, diwar krec'h Senir hag an Hermon, eus kevioł al leoned, eus menezioł al louparded.

9  Boemet ec'h eus va c'halon, va c'hoar, va fried, boemet ec'h eus va c'halon gant unan eus da selloł, gant unan eus bragerizoł da c'houzoug.

10  Pegen boem en da garantez, va c'hoar, va fried! Pegement eo gwelloc'h da garantez eget ar gwin, ha da c'hwezhioł-mat eget louzoł frondus ebet.

11  Da vuzelloł, va fried, a zever sun-gad. Dindan da deod emań mel ha laezh, ha c'hwezh da zilhad a zo evel c'hwezh al Liban.

12  Ul liorzh kloz eo va c'hoar, va fried, ur vammenn serret, ur feunteun siellet.

13  Da ganolioł a zo ul liorzh leun a c'hreunavalenned gant frouezh e-touez ar re wellań, lugustr gant nard,

14  nard ha safran, korz-frond ha sinamona gant pep seurt gwez a ro an ezańs, mir hag aloez gant louzoł-frondus e-touez ar re wellań,

15  ur feunteun a liorzhoł, ur puńs a zour bev, gwazhioł-dour eus al Liban.

(Ar Sulamitez)

16  Sav, avel-sterenn, ha deus, avel-greisteiz! C'hwezhit war va liorzh evit ma vo laosket e c'hwezh-vat! Ra zeuio va muiań-karet en e liorzh, ha ra zebro e frouezh e-touez ar re wellań.

 

Pennad 5

(Salomon)

1  Deuet on em liorzh, va c'hoar, va fried. Dastumet em eus va mir gant va louzoł-frondus, debret em eus va zerennoł gant va mel, evet em eus va gwin gant va laezh. Debrit, mignoned, en em vezvit gant karantez!

(Ar Sulamitez)

2  Kousket e oan, met va c'halon a veilhe. Setu mouezh va muiań-karet, skeiń a rae: Digor din va c'hoar, va c'haredig, va c'houlm, va hini beurvat! Rak va fenn a zo gleb gant ar glizh ha va rodelloł gant takadennoł an noz.

3  Diwisket em eus va sae, penaos e wiskin anezhi en-dro? Gwalc'het em eus va zreid, penaos e louzin anezho en-dro?

4  Va muiań-karet en deus tremenet e zorn dre an toull, ha va c'hreizon en deus strafuilhet evitań.

5  Savet on da zigeriń da'm muiań-karet, ar mir a zo deveret diouzh va daouarn, ar mir tanavaet diouzh va bizied war dornell ar morailh.

6  Digeriń a ris da'm muiań-karet, met va muiań-karet a oa aet kuit, tremenet e oa. Va ene a glańvaas o vezań ma em boa e glevet o komz. E glasket em eus met ne'm eus ket e gavet. E c'halvet em eus, met ne respontas ket.

7  Ar warded a gavas ac'hanon e-pad ma oant war hent-ged kźr. Skeiń a rejont ac'hanon ha va gloazet o deus. Gwarded ar mogerioł a lamas va gouel diganin.

8  Me ho ped, merc'hed Jeruzalem, mar kavit va muiań-karet, petra a lavarot dezhań? Penaos ez on klańv a garantez.

(Merc'hed Jeruzalem)

9  Perak eo da vuiań-karet dreist ar re all, o ar gaerań a-douez ar merc'hed? Perak eo da vuiań-karet dreist ar re all, ma hor pedez start evel-se?

(Ar Sulamitez)

10  Va muiań-karet a zo gwenn ha ruz-flamm. An hini kentań eo e-touez dek mil.

11  E benn a zo aour glan. E rodelloł a zo gwagennek, du evel ar vran.

12  E zaoulagad a zo evel koulmed war vord ar gwazhioł, gwalc'het el laezh, diazezet war ar fonnusted.

13  E zivjod a zo evel ur penn-douar goloet a louzoł frondus. E vuzelloł a zo lili, deverań a ra diouto ar mir.

14  E zaouarn a zo gwalennoł aour, gwarniset a grizolit. E gorf a zo olifant flour, goloet a safir.

15  E zivhar a zo peulioł alabastr, lakaet war diazezoł aour glan. E stumm a zo evel al Liban, kaer evel ar sedrez.

16  E staon a zo leun a zouster, ha kement a zo ennań a zo karantezus. Evel-se eo va muiań-karet, evel-se eo va mignon, merc'hed Jeruzalem!

 

Pennad 6

(Merc'hed Jeruzalem)

1  Pelec'h eo aet da vuiań-karet, o te ar gaerań e-touez ar merc'hed? War-zu pelec'h eo en em dennet da vuiań-karet? Ni e glasko ganit.

(Ar Sulamitez)

2  Va muiań-karet a zo diskennet en e liorzh, er penn-douar goloet a louzoł frondus, evit peuriń e dropell el liorzhoł hag evit dastum lili.

3  Me a zo da'm muiań-karet, ha va muiań-karet a zo din. Lakaat a ra e dropell da beuriń e-touez al lili.

(Salomon)

4  Va c'haredig a zo kaer evel Tirza, dudius evel Jeruzalem, spontus evel an armeoł a gerzh a vanniel displeget.

5  Distro diouzhin da zaoulagad, rak va zrelatań a reont. Da vlev a zo evel un tropell givri divilhet ouzh menezioł Galaad.

6  Da zent a zo evel un tropell deńved o pignat en-dro eus an dourlec'h, pep unan gant he gevelled, hag hini ebet n'eo gaonac'h.

7  Da jod a zo evel un hanter greunaval a-drek da ouel.

8  Bez' ez eus tri-ugent rouanez, pevar-ugent serc'h ha merc'hed yaouank diniver,

9  va c'houlm, va hini beurvat a zo hec'h-unan, merc'h nemetań he mamm, disi d'an hini he deus he ganet. Ar merc'hed yaouank o deus he gwelet hag o deus he galvet eürus; ar rouanezed hag ar serc'hed ivez, hag o deus he meulet.

10  Piv eo an hini en em ziskouez evel gouloł-deiz, kaer evel al loar, glan evel an heol, spontus evel an armeoł a gerzh a vanniel displeget.

(Ar Sulamitez)

11  Diskennet on e liorzh ar c'hraoń evit gwelout ar frouezh a zarev en draonienn, evit gwelout hag-eń e vount ar winienn, hag-eń e vleugn ar greunavalenned.

12  N'ouzon ket, met va garantez he deus va lakaet da vezań heńvel ouzh kirri Aminadab.

(Salomon)

13  Distro, distro, o Sulamitez! Distro, distro, ma sellimp ouzhit. Perak e sellit ouzh ar Sulamitez evel ouzh un dańs a ziv vandenn?

 

Pennad 7

1  Pegen kaer eo da dreid en da sandalennoł, merc'h ar prińs! Trolinenn da zivlez a zo evel bragerizoł oberiet gant dorn un arzour donezonet kaer.

2  Da vronn a zo un hanaf rontaet leun a win a c'hwezh-vat. Da gof a zo ur bern gwinizh kelc'hiet gant lili.

3  Da zivronn a zo evel div heizezig, evel gevelled ur c'hazel.

4  Da c'houzoug a zo evel un tour olifant. Da zaoulagad a zo poulloł en Hesbon, tost da zor Bat-Rabbim. Da fri a zo evel tour al Liban a sell war-zu Damask.

5  Da benn a zo savet evel Menez Karmel. Blev da benn a zo evel limestra, ur roue a zo chadennet gant da rodelloł.

6  Pegen kaer out, ha pegen dudius, va c'harantez ha va flijadurioł!

7  Da vent a zo heńvel ouzh ur balmezenn, da zivronn ouzh blokadoł.

8  Lavaret em eus: Pignat a rin war ar balmezenn hag e krogin en he brankoł! Ra vo da zivronn evidon evel blokadoł, frond da c'hwezh evel hini an avaloł,

9  ha da c'henoł evel ur gwin e-touez ar re wellań,

(Ar Sulamitez)

oc'h en em skuilhań evit va muiań-karet hag a laka da gomz muzelloł ar re a gousk.

10  Me a zo da'm muiań-karet, hag e c'hoant en em dro war-zu ennon.

11  Deus, va muiań-karet, deomp d'ar parkeier ha tremenomp an noz er c'hźriadennoł!

12  Savomp beure mat da vont d'ar gwiniegoł, gwelomp hag-eń e vount ar winienn, hag-eń e vleuńv ar blokadoł hag e vleugn ar greunavalenned. Eno e roin dit va c'harantezioł.

13  Ar mandragonoł a laosk o c'hwezh-vat, ha stok ouzh hon dorioł ez eus pep frouezh mat, re nevez ha re gozh am eus miret evidout, o va muiań-karet.

 

Pennad 8

1  Ra blijfe gant Doue ma vefes evel va breur, bet maget gant divronn va mamm! Mont a rafen da'z kavout er-maez, pokat a rafen dit ha ne vefe den ebet evit va disprizout.

2  Da zegas a rafen, da lakaat da zont e-barzh ti va mamm, hag e kelennfes ac'hanon, e rofen dit da evań gwin mesket a c'hwezh-vat hag a sun eus va c'hreunavalenned.

3  Ra vo e zorn kleiz dindan va fenn, ha ra boko e du dehou din.

4  Me ho ped, merc'hed Jeruzalem, na zihunit ket, na zihunit ket ar garantez, a-raok ma fello dezhi.

(Den all)

5  Piv eo an hini a bign eus al lec'h distro, harpet goustadik ouzh he muiań-karet? Da zihunet em eus dindan an avalenn; eno, he deus da c'hanet da vamm, el lec'h-se he deus da c'hanet an hini he deus bugaleet ac'hanout.

(Ar Sulamitez)

6  Laka ac'hanon evel ur siell war da galon, evel ur siell war da vrec'h. Rak ar garantez a zo nerzhus evel ar marv, ar warizi a zo kreńv evel lec'h ar marv. He luc'hed a zo luc'hed-tan, ur flamm taer.

7  Kalz a zour ne c'hellfe ket mougań ar garantez, hag ar stźrioł-meur ne c'hellfent ket he beuziń. Ma rofe unan bennak holl vadoł e di evit ar garantez, a-dra-sur ne vefe dalc'het kont ebet dezhań.

8  Ur c'hoar yaouank hon eus, n'eo ket c'hoazh bronnek. Petra a raimp d'hor c'hoar d'an deiz ma vo enklasket?

9  Mard eo ur voger, e savimp warni tourioł arc'hant; mard eo un nor, e serrimp anezhi gant ur blankenn-sedrez.

10  Ur voger ez on ha va divronn a zo evel tourioł. Bet on d'e zaoulagad evel an hini a gav ar peoc'h.

11  Ur winieg en doa Salomon e Baal-Hamon (= aotrou un engroez). Roet en deus anezhi da warded ha pep hini anezho a zlee degas evit he frouezh mil pezh arc'hant.

12  Va gwinieg, an hini a zo din, he mirout a ran. O Salomon, dit-te ar mil pezh arc'hant, ha daou c'hant d'ar re a vir ar frouezh!

(Salomon)

13  O te, an hini a zo o chom el liorzhoł, va mignoned a zo aketus ouzh da vouezh. Laka ac'hanon da glevout anezhi!

(Ar Sulamitez)

14  Tec'h kuit, va muiań-karet, evel ar c'hazel pe evel hini bihan an heizez, war menezioł al louzoł-frondus.