AR C'HRENNLAVARIOŁ

 

Pennad 1

1  Krennlavarioł Salomon, mab David, roue Israel,

2  evit reiń da anavezout ar furnez hag an deskadurezh, evit reiń da gompren ar gerioł meizus,

3  evit ober degemer ur gelennadurezh a boell, a reizhder, a varnedigezh hag a wirionez,

4  evit reiń skiant-vat d'an hini eeun, hag anaoudegezh ha preder d'an den yaouank.

5  An den fur a selaouo hag a gresko e ouiziegezh, an den skiantek a zegemero evezhiańs,

6  evit kompren ar c'hrennlavarioł hag o zalvoudegezhioł, komzoł ar re fur hag o c'hevrinoł don.

7  Doujańs an AOTROU a zo penn-kentań an anaoudegezh, met ar re ziskiant a zispriz ar furnez hag an deskadurezh.

8  Va mab, selaou kentelioł da dad, ha na zilez ket kelennoł da vamm,

9  rak ez int grasoł dastumet en-dro da'z penn, ha kelc'hennoł da'z kouzoug.

10  Va mab, mar fell d'ar bec'herien temptań ac'hanout, n'asant ket,

11  mar lavaront: Deus ganeomp, savomp antelloł evit lazhań, stegnomp gripedoł d'an hini didamall hep abeg,

12  lonkomp anezho holl bev evel lec'h ar marv, hag en o fezh evel ar re a ziskenn er poull,

13  kavout a raimp a bep seurt madoł prizius, leuniań a raimp hon tiez gant diwisk,

14  da lod az po ganeomp, ne vo nemet ur yalc'h evidomp holl,

15  va mab, n'a ket en hent ganto, distro da droad diouzh o gwenodenn,

16  rak o zreid a red d'an droug, hag e hastont da skuilhań gwad.

17  Ya, en aner eo e stegner ar roued dirak daoulagad kement holl en deus eskell,

18  met int a sav antelloł a-enep o gwad o-unan, hag e stegnont gripedoł d'o ene.

19  Evel-se emań gwenodennoł an hini a c'hoanta ar gounid dizonest, hag a gollo ene ar re a yelo war e lerc'h.

20  Ar furnez a gri kreńv en diavaez, lakaat a ra he mouezh da dregerniń dre ar straedoł,

21  youc'hal a ra er c'hroashentoł m'en em vod an dud enno, ouzh toull an dorojoł; e kźr e lavar he gerioł:

22  Tud eeun, betek pegeit e karot sotoni? Betek pegeit e kavo ar c’hoapaerien plijadur oc'h ober goap, hag e kasaio ar re ziboell an anaoudegezh?

23  Distroit pa damallan ac'hanoc'h. Setu, e skuilhin warnoc'h eus va spered, hag e roin deoc'h da gompren va c'homzoł.

24  Dre m'em eus galvet ha n'eo ket fellet deoc'h, dre m'em eus astennet va dorn ha n'en deus den lakaet evezh,

25  dre m'hoc'h eus taolet kuit va holl guzulioł, dre na garit ket va zamalloł,

26  me a c'hoarzho war ho klac'har, goap a rin pa zeuio ho spont,

27  pa zeuio ho spont evel un distruj hag ho reuz evel ur barr-avel, pa zeuio warnoc'h an estrenvan hag an enkrez.

28  Neuze e huchint etrezek ennon, met ne respontin ket, klask a raint ac'hanon mintin mat, met ne'm c'havint ket,

29  rak kasaet o deus an anaoudegezh, ha n'o deus ket dibabet doujańs an AOTROU.

30  N'o deus ket kavet plijadur em c'huzul, ha disprizet o deus va holl c’hourdrouzoł.

31  Ra zebrint eta frouezh o hent, ha r'o devo o gwalc'h eus o c'huzulioł o-unan,

32  rak belbi ar re eeun o lazh, ha dibrederi ar re ziboell o c'holl.

33  Met an hini a selaou ouzhin a vo o chom e surentez, hag a vo seder hep bezań spontet gant droug ebet.

 

Pennad 2

1  Va mab, mar degemerez va gerioł, ha mar mirez ganit va gourc'hemennoł,

2  e doare ma lakai da zivskouarn evezhiek ouzh ar furnez, ha ma stouez da galon etrezek ar meiz,

3  mar galvez ar poell, ha mar savez da vouezh etrezek ar meiz,

4  mar goulennez anezhań evel an arc'hant, ha mar klaskez anezhań gant evezh evel un teńzor,

5  neuze e kompreni doujańs an AOTROU, hag e kavi anaoudegezh Doue.

6  Rak an AOTROU a ro ar furnez, eus e c'henoł e teu an anaoudegezh hag ar meiz.

7  Mirout a ra an ijin evit ar re a zo eeun, ur skoed eo d'ar re a gerzh er reizhder.

8  Diwall a ra gwenodennoł ar varnedigezh, hag ec'h evesha war hent e re leal.

9  Neuze ec'h anavezi ar reizhder, ar varnedigezh, an eeunder, pep hent mat.

10  Rak ar furnez a zeuio ez kalon, hag an anaoudegezh a blijo da'z ene,

11  ar poell a eveshaio warnout, hag ar meiz a ziwallo ac'hanout,

12  evit da zieubiń eus hent an drougiezh, eus an den a gomz gant touell,

13  eus ar re a zilez gwenodennoł an eeunder, evit kerzhout war hentoł an deńvalijenn,

14  a vez laouen oc'h ober an droug, a gav plijadur e fallentez an hini drouk,

15  a zo kammigellek o gwenodennoł, hag a heuilh hentoł troidellek.

16  Dieubet e vi eus ar wreg estren, eus an diavaeziadez a luban gant he gerioł;

17  dilezet he deus keneil he yaouankiz, hag ankounac'haet he deus emglev he Doue.

18  Rak he zi a stou war-zu ar marv, hag he hent war-zu ar re varv.

19  Neb a ya d'he c'havout ne zeuio ket en-dro, ne adkavo ket gwenodennoł ar vuhez.

20  Evel-se e kerzhi en hent ar re vat, hag e viri gwenodennoł ar re reizh,

21  rak ar re a zo eeun a vo o chom war an douar, hag ar re wirion a bado ennań,

22  met ar re zrouk a vo lamet kuit eus an douar, hag an douellerien a vo diframmet diwarnań.

 

Pennad 3

1  Va mab, n'ankounac'ha ket va lezenn, ha ra viro da galon va gourc'hemennoł,

2  rak deizioł hir ha bloavezhioł a vuhez, ha peoc'h ivez a zegasint dit.

3  Ra ne zilezo ket ac'hanout an drugarez hag ar wirionez, eren anezho ouzh da c'houzoug, skriv anezho war daolenn da galon,

4  hag e kavi madelezh hag intent mat dirak daoulagad Doue hag an dud.

5  Fiz en AOTROU eus da holl galon, ha n'en em harp ket war da boell,

6  anavez anezhań en da holl hentoł, hag e reno da wenodennoł.

7  Na vez ket fur dirak da zaoulagad da-unan, douj an AOTROU ha distro diouzh an droug,

8  kement-se a vo ar yec'hed da'z kigennoł, ha mel da'z eskern.

9  Enor an AOTROU gant da vadoł, ha gant frouezh kentań da holl c'hounidoł,

10  ha da solieroł a vo leun a fonnusted, ha da waskoł a baoto gant gwin nevez.

11  Va mab, na zispriz ket kastiz an AOTROU, ha na goll ket kalon pa rebech ac'hanout,

12  rak an AOTROU a gastiz an hini a gar, evel ma ra un tad d'e vab a laka e levenez ennań.

13  Eürus an den en deus kavet ar furnez, hag an den a laka ar meiz a-raok,

14  rak gwelloc'h eo ar splet anezhi eget hini an arc'hant, hag ar gounid anezhi eget aour fin.

15  Priziusoc'h eo eget perlez, hag an holl draoł c'hoantus ne dalvezont ket anezhi.

16  Deizioł hir a zo en he du dehou, pinvidigezhioł ha gloar en he du kleiz.

17  He hentoł a zo hentoł plijus, hag hec'h holl wenodennoł a ren d'ar peoc'h.

18  Ar wezenn a vuhez ez eo evit ar re a stag outi, hag an holl re a vir anezhi a zo eürus.

19  An AOTROU en deus diazezet an douar dre ar furnez, ha dre ar meiz en deus startaet an neńvoł.

20  Dre an anaoudegezh eo e vez digoret an donderioł, hag e laosk ar goabrennoł ar c'hlizhenn.

21  Va mab, ra ne bellaint ket diouzh da zaoulagad, mir an ijin hag ar poell,

22  hag e vint buhez evit da ene, hag ur brageriz evit da c'houzoug.

23  Neuze e kerzhi e surentez war da hent, ha da droad ne streboto ket.

24  Mar gourvezez, ne'z po ket aon, ha pa vi gourvezet, da gousk a vo dous.

25  Na'z pez ket aon rak ar spont buan, na rak distruj ar re zrouk pa en em gavo.

26  Rak an AOTROU a vo da esperańs, hag e tiwallo da droad diouzh bezań tapet.

27  Na zinac'h ket ur madober d'an hini en deus ezhomm, pa'z eo en da c'halloud e reiń dezhań.

28  Na lavar ket da'z nesań, kae ha deus en-dro, ha me a roio dit warc'hoazh, pa vez ganit peadra.

29  Na ijin ket an droug a-enep da nesań, a zo o chom e surentez en da gichen.

30  Na stourm ket a-enep un den, pa n'en deus graet droug ebet dit.

31  Na'z pez ket avi ouzh an den taer, ha na zibab hini eus e hentoł.

32  Rak an hini a gerzh a-dreuz, euzh en deus an AOTROU outań, met mignon eo d'ar re a zo eeun.

33  Mallozh an AOTROU a zo war di an den drouk, met bennigań a ra ti ar re reizh.

34  Ober a ra goap ouzh ar c'hoapaerien, met reiń a ra gras d'ar re uvel.

35  Ar re fur o devo ar gloar da hźrezh, met an dismegańs a gouezho war ar sodien.

 

Pennad 4

1  Mibien, selaouit ar gelennadurezh eus un tad, ha bezit evezhiek evit anavezout ar poell,

2  rak e roan deoc'h alioł mat; na zilezit ket va lezenn.

3  Pa oan c'hoazh ur bugel tost da'm zad, tener ha karedik e-kichen va mamm,

4  e kelenne ac'hanon hag e lavare din: Ra zalc'ho da galon va c'homzoł, mir va gourc'hemennoł, hag e vevi,

5  degemer ar furnez, degemer ar poell, n'ankounac'ha ket kement-se, ha na zistro ket eus gerioł va genoł,

6  na zilez ket anezhi, da virout a raio, kar anezhi, da ziwall a raio.

7  Ar furnez eo ar penn-kentań; degemer ar furnez ha, gant kement ec'h eus, degemer ar poell.

8  Azaouez anezhi hag hi a savo ac'hanout, reiń a raio enor dit pa ez po staget outi,

9  grasoł a zastumo en-dro da'z penn, hag e roio dit ur gurunenn a c'hloar.

10  Selaou, va mab, degemer va gerioł, ha bloavezhioł da vuhez a vo kresket.

11  Kelennet em eus dit hent ar furnez, ha lakaet em eus ac'hanout da gerzhout war wenodennoł eeun.

12  Pa gerzhi, da gammedoł ne vint ket diaezet, ha pa redi, ne streboti ket.

13  Stag ouzh ar gelennadurezh, na laosk ket anezhi, mir anezhi, rak da vuhez eo.

14  Na gerzh ket war wenodenn ar re fallakr, ha n'a ket en hent ar re zrouk.

15  Diwall diouto, na dremen ket dre eno, pella, tremen e-biou,

16  rak ne gouskont ket ma n'o deus ket graet un droug bennak, hag o c'housk a zo lamet diouto ma n'o deus ket lakaet unan bennak da gouezhań,

17  rak e tebront bara ar fallentez, hag ec'h evont gwin an daerded,

18  met gwenodenn ar re reizh a zo evel ar sklźrijenn lugernus, a gresk he sked betek an deiz peurvat.

19  Hent ar re zrouk a zo evel an deńvalijenn, ne welont ket ar pezh o lakaio da gouezhań.

20  Va mab, bez evezhiek ouzh va c'homzoł, stou da skouarn da'm gerioł,

21  ra ne bellaint ket diouzh da zaoulagad, mir anezho ez kalon,

22  rak ez int buhez ar re a gav anezho, ha yec'hed o holl gorf.

23  Diwall da galon gant evezh, rak anezhi eo e teu mammennoł ar vuhez.

24  Dizarbenn diouzhit drougiezh ar genoł, pella diouzhit touellerezh ar muzelloł,

25  ra sello da zaoulagad dirazout, ra en em lakaio da valvennoł eeun,

26  pouez war wenodenn da dreid, starta da holl hentoł,

27  na zistro nag a-zehou nag a-gleiz, tenn da droad diouzh an droug.

 

Pennad 5

1  Va mab, bez evezhiek ouzh va furnez, stou da skouarn da'm foell,

2  evit ma talc'hi ar preder, ha ma viro da vuzelloł an anaoudegezh.

3  Rak muzelloł an diavaeziadez a laosk ar mel, hag he staon a zo dousoc'h eget eoul,

4  met ar pezh a zeu diouti a zo c'hwerv evel huelenn, ha lemm evel ur c'hleze a zaou droc'h.

5  He zreid a genred d'ar marv, he c'hammedoł a gas da lec'h ar marv,

6  ne daol ket evezh ouzh gwenodenn ar vuhez, he hentoł a zo kemmus, ne c'hellez ket o anavezout.

7  Bremań eta, va mibien, selaouit ac'hanon, ha na zistroit ket diouzh gerioł va genoł.

8  Pella da hent diouti, ha na dosta ket ouzh dor he zi,

9  gant aon na rofes da enor da reoł all, ha da vloavezhioł da un den garv,

10  gant aon na zeufe an diavaezidi d'en em leuniań eus da binvidigezhioł, ha na dremenfe en un ti estren ar pezh ac'h eus gounezet gant da labour,

11  ha na yudfes pa vi tost ouzh da ziwezh, pa vo da c'hig ha da gorf kuzumet,

12  ha na lavarfes: Penaos em eus kasaet ar gelennadurezh? Penaos he deus disprizet va c'halon ar gourdrouz?

13  Penaos n'em eus ket sentet ouzh mouezh ar re am c'helenne? Penaos n'em eus ket stouet va skouarn d'ar re a zeske ac'hanon?

14  War-bouez nebeud e en em gaven en holl boanioł, e-kreiz ar bobl hag ar bodadeg.

15  Ev dour eus da sistern, hag eus gwazhioł da buńs.

16  Daoust hag e tle da feunteunioł en em skuilhań en diavaez, ha da zourioł-red er straedoł?

17  Ra vint dit-te da-unan, ha nann d'an diavaezidi.

18  Ra vo da andon benniget, ha laouena gant gwreg da yaouankiz,

19  evel gant ur garvez karedik hag ur c'havrig koant, ra laouenaio he divronn ac'hanout e pep amzer, ha bez dalc'hmat stag ouzh he c'harantez.

20  Ha perak, va mab, e vefes boemet gant un diavaeziadez, hag e pokfes ar brennid eus un estrańjourez?

21  Rak hentoł an den a zo dirak daoulagad an AOTROU, hag e pouezata e holl bazioł.

22  An hini drouk a vo paket en e zireizher, hag a vo dalc'het en ereoł e bec'hed.

23  Mervel a raio hep kelennadur, hag e kantreo dre vraster e sotoni.

 

Pennad 6

1  Va mab, mar ec'h eus kretaet da nesań, mar ec'h eus tonket evit unan bennak da zorn,

2  ereet out dre c'herioł da c'henoł, tapet out dre c’herioł da c'henoł.

3  Va mab, gra buan an dra-mań: en em denn ac'hane; pa'z out kouezhet etre daouarn da nesań, kae, stou ha ped da nesań.

4  Na ro ket na morgousk da'z taoulagad, na diskuizh da'z malvennoł,

5  en em denn evel ar yourc'h eus dorn ar chaseour, evel ul labous eus dorn al labousetaer.

6  Didalvez, kae etrezek ar verienenn, sell ouzh he hentoł ha deus da vezań fur.

7  N'he deus na mestr, nag eveshaer, na penn,

8  kempenn a ra he boued e-pad an hańv, hag e tastum e-pad an eost peadra da zebriń.

9  Didalvez, betek pegeit e vi gourvezet? Pegoulz e savi eus da gousk?

10  Un tamm kousket, un tamm morediń, un tamm kroaziań da zaouarn evit diskuizhań,

11  hag e teuio da baourentez evel ur reder, ha da zienez evel un den armet.

12  An hin fallakr, an den drouk, a gerzh gant ur genoł tuet fall,

13  ober a ra sin gant e zaoulagad, komz a ra gant e dreid, reiń a ra da c'houzout gant e vizied,

14  ar falloni a zo en e galon, ijinań a ra an droug e pep amzer, lakaat a ra stourmadegoł da c'henel.

15  Setu perak e teuio e ziskar a-daol-trumm, buan e vo bruzunet, ha ne vo pare ebet.

16  C'hwec'h tra a zo kasaet gant an AOTROU, seizh zoken a zo euzhus evitań:

17  An daoulagad otus, an teod gaouiat, an daouarn a skuilh ar gwad didamall,

18  ar galon o tivizout traoł fall, an treid a hast redek d'an droug,

19  ar falstest a lavar gevier, hag an hini a zegas stourmadegoł etre breudeur.

20  Va mab, mir gourc'hemenn da dad, ha na zilez ket kelennoł da vamm.

21  Dalc'h anezho bepred ereet war da galon, stag anezho ouzh da c'houzoug.

22  Pa gerzhi, e renint ac'hanout; pa c'hourvezi, ez tiwallint; pa zihuni, e komzint ouzhit.

23  Rak ar gourc'hemenn a zo ul lamp, al lezenn a zo ur sklźrijenn, hag ar rebechoł mat da gelenn a zo hent ar vuhez,

24  evit da ziwall diouzh ar vaouez fall, diouzh teod lubanus an diavaeziadez.

25  Na c'hoanta ket he c'haerder ez kalon, ha na lez ket anezhi da'z tapout gant he malvennoł.

26  Rak dre garantez evit ur ribodez e teuer da vezań evel un tamm bara, hag an avoultrerez a hemolc'ho an ene prizius.

27  Ha gallout a ra unan bennak kemer tan en e varlenn, hep ma tevfe e zilhad?

28  Ha kerzhout a rafe unan bennak war ar glaou, hep ma vefe devet e dreid?

29  Evel-se eo evit an hini a ya etrezek gwreg e nesań, piv bennak a stok outi ne vo ket didamall.

30  Ne zisprizer ket ul laer en deus laeret evit en em leuniań, pa en doa naon,

31  ha mard eo tapet, e roio seizh gwech kemend-all, reiń a raio kement a zo en e di.

32  Met an hini a ra avoultriezh gant ur wreg a zo dibourvez a skiant, an hini a fell dezhań en em goll a raio evel-se.

33  Kavout a raio goulioł ha dismegańs, hag e vezh ne vo ket lamet kuit,

34  rak gwarizi ar pried a zo ur fulor, hag e vo didruez e deiz ar veńjańs,

35  ne lakaio evezh ouzh dic'haou ebet, ha ne gemero netra zoken pa greskfes an donezonoł.

 

Pennad 7

1  Va mab, mir va gerioł, ha dalc'h ganit va gourc'hemennoł,

2  mir va gourc'hemennoł hag e vevi, mir va lezenn evel da ibil-lagad,

3  stag anezho ouzh da vizied, skriv anezho war daolenn da galon.

4  Lavar d'ar furnez: Te eo va c'hoar, ha gra eus ar poell: Va mignon,

5  evit ma tiwallint ac'hanout diouzh ar vaouez estren, an diavaeziadez a luban gant he gerioł.

6  Tra ma sellen dre brenestr va zi, a-dreuz va gael,

7  e welis e-touez ar re eeun, ec'h eveshais e-touez ar re yaouank, ur paotr dibourvez a skiant,

8  a dremene dre ar straed e-kichen he c'horn, hag a heulie hent he zi,

9  d'an abardaez, da serr an noz, pa zeue an noz du ha teńval.

10  Ha setu, ar vaouez a zeuas a-raok dezhań, gwisket evel ur ribodez ha leun a douellerezh.

11  Trouzus hag hep dalc'h eo, he zreid ne chomont ket en he zi;

12  bremań war ar straed, goude war al leurenn, emań o c'hortoz e pep korn.

13  Kemer a reas anezhań hag e pokas dezhań, ha gant un dremm rok e lavaras dezhań:

14  Un aberzh a beoc'h a oa ganin, hiziv em eus sevenet va gouestloł,

15  setu perak on deuet a-raok dit, evit da glask gant pres, hag em eus da gavet.

16  Gwisket em eus va gwele gant pallennoł, gant gwiadoł liesliv e lin eus an Ejipt.

17  Frondet em eus va gwele gant mir, aloez ha kinamona.

18  Deus, en em vezvomp a garantez betek ar mintin, laouenaomp er plijadurioł.

19  N'emań ket va ozhac'h er gźr, aet eo da veajiń pell.

20  Kemeret en deus gantań ur sac'had arc'hant, ha ne zistroio ket d'ar gźr a-raok al loar nevez.

21  Dre he lavaroł hoalus e laka anezhań da zont, dre lubanerezh he muzelloł e redi anezhań.

22  Mont a ra raktal war he lerc'h, evel ma'z a un ejen d'al lazherezh, evel ma'z a un diskiant ereet evit bezań kastizet,

23  betek ma teuio ur bir da doullań e avu, evel ul labous en em daol etrezek al lindag, hep gouzout eo stegnet a-enep e vuhez.

24  Bremań eta, mibien, selaouit me, ha bezit evezhiek ouzh gerioł va genoł.

25  Ra n'aio ket da galon etrezek he hentoł, n'en em goll ket war he gwenodennoł.

26  Rak kalz he deus lakaet da gouezhań, gouliet, ha bras eo niver ar re greńv he deus lazhet.

27  He zi eo hent lec'h ar marv, a ziskenn betek chomlec'h ar marv.

 

Pennad 8

1  Ar furnez, ha ne huch ket? Hag ar meiz, ha ne ro ket he mouezh da glevout?

2  En em zerc'hel a ra war lein ar c'hrec'hioł, war an hent, er c'hroazhentoł.

3  Tost d'an dorioł, ouzh antre kźr, e penn ar straedoł, emań o krial:

4  O tudoł, e huchan deoc'h! Va mouezh a zo evit mibien an dud.

5  C'hwi, tud eeun, deskit skiant-vat; c'hwi, sodien, ra zeuio poellek ho kalon.

6  Selaouit, rak e lavarin traoł talvoudus, hag e tigorin va muzelloł evit kelenn ar pezh a zo eeun.

7  Rak va genoł a lavar ar wirionez, ha va muzelloł o deus euzh ouzh ar gaou.

8  Holl c'herioł va genoł a zo hervez ar wirionez, n'eus enno netra diwir na touellus.

9  An holl anezho a zo sklaer evit an den a gompren, hag eeun evit ar re o deus kavet an anaoudegezh.

10  Degemerit va c'helennadurezh kentoc'h eget arc'hant, an anaoudegezh kentoc'h eget aour a-zibab,

11  rak ar furnez a zo gwelloc'h eget ar perlez, ha kement a c'hellfed c'hoantaat ne zalvez ket anezhi.

12  Me, ar furnez, a zo o chom gant ar skiant-vat, hag e perc'hennan anaoudegezh ar sońjoł fur.

13  Doujańs an AOTROU eo kasoni an droug. Kasaat a ran al lorc'h, ar rogentez, an hent drouk hag ar genoł fall.

14  Din-me eo an ali hag an ijin, ar poell hag an nerzh.

15  Drezon eo e ren ar rouaned hag e c'hourc'hemenn ar brińsed ar pezh a zo reizh.

16  Drezon eo e c'houarn ar re c'halloudek hag ar re vras, hag holl varnerien an douar.

17  Me a gar ar re am c'har, hag ar re am c'hlask am c'hav.

18  Ganin-me emań ar binvidigezh hag ar gloar, ar madoł padus hag ar reizhder.

19  Va frouezh a zo gwelloc'h eget aour, eget aour glan, hag ar pezh a zegasan a zo gwelloc'h eget arc'hant a-zibab.

20  Me a ren dre wenodenn ar reizhder, ha dre greiz hentoł ar varnedigezh,

21  evit reiń da hźrezh madoł d'ar re am c'har, hag evit leuniań o zeńzorioł.

22  Edon gant an AOTROU e penn-kentań e hent, a-raok e oberennoł a-wechall.

23  Adalek ar beurbadelezh ez on bet diazezet, adalek ar penn-kentań, a-raok ma oa an douar.

24  Pa ne oa donder ebet, edon, pa ne oa mammenn ebet karget a zoureier.

25  A-raok ma oa azezet ar menezioł, a-raok ar c'hrec'hiennoł, edon,

26  pa n'en doa ket graet c'hoazh an douar pe ar maezioł, na penn-kentań poultr ar bed,

27  pa aoze an neńvoł e oan eno, pa verke ur c'helc'h dreist an donder,

28  pa startae ar c'houmoul en nec'h, pa lakae ar mammennoł da strinkań eus an donder,

29  pa roe e reolennoł d'ar mor, evit na dremenje ket e zoureier o harz, pa lakae diazezoł an douar,

30  neuze e oan e oberour en e gichen, e oan e blijadur bemdez, o laouenaat hep paouez dirazań.

31  Kavout a raen va levenez er bed ha war an douar, ha va eurvad e-touez mibien an dud.

32  Bremań eta, va mibien, selaouit ac'hanon. Eürus ar re a viro va hentoł!

33  Selaouit ar gelennadurezh evit dont da vezań fur, ha n'he zaolit ket kuit.

34  Eürus an den a selaou ac'hanon, a evesha war va dorioł bemdez, hag a vir postoł dor va zi!

35  Rak an hini am c'hav a gav ar vuhez, hag en devo grad-vat an AOTROU,

36  met an hini a bec'h em enep a noaz d'e ene. An holl re a gasa ac'hanon a gar ar marv.

 

Pennad 9

1  Ar furnez he deus savet he zi, kizellet he seizh peul,

2  lazhet he loened, kempennet he gwin, hag aozet he zaol.

3  Kaset he deus he mitizhien; eus lein lec'hioł uhel kźr e kri:

4  Ra zeuio amań an hini a zo eeun! Hag e lavar d'ar re a zo dibourvez a skiant:

5  Deuit, debrit eus va bara, hag evit eus ar gwin am eus kempennet.

6  Disammit eus an diouiziegezh hag e vevot, hag e kerzhot war hent ar poell.

7  An hini a c'hourdrouz ur goapaer a resev mezh, hag an hini a repren un den drouk a resev dismegańs.

8  Na repren ket ur goapaer gant aon na gasafe ac'hanout, repren un den fur hag e karo ac'hanout.

9  Ro d'un den fur hag e teuio furoc'h c'hoazh, kelenn un den reizh hag e kresko e gouiziegezh.

10  Doujańs an AOTROU eo penn-kentań ar furnez, hag anaoudegezh ar sent eo ar poell.

11  Rak drezon eo e vo da zeizioł liesaet, ha bloavezhioł da vuhez a vo kresket.

12  Mard out fur, out fur evidout da-unan, mard out goapaer, e tougi da-unan da boan.

13  Ur vaouez sot a zo trouzus, diskiant ha ne oar netra.

14  Azezań a ra war dreuz he zi, war ur gador e lec'hioł uhel kźr,

15  evit krial d'ar re a dremen, hag a ya eeun en o gwenodenn:

16  Ra zeuio amań an hini a zo eeun! Hag e lavar d'an hini a zo dibourvez a skiant:

17  An dourioł laeret a zo dous, hag ar bara debret e kuzh a zo plijus.

18  Ha ne oar ket emań eno ar re varv; he re bedet a zo e fońs lec'h ar marv.

 

Pennad 10

1  Krennlavarioł Salomon. Ur mab fur a laouena e dad, met ur mab diboell a zo glac'har e vamm.

2  Teńzorioł ar fallagriezh ne dalvezont netra, met ar reizhder a zieub eus ar marv.

3  An AOTROU ne lezo ket ene an hini reizh da gaout naon, met teurel a ra kuit gwallc'hoant ar re zrouk.

4  An hini a labour gant un dorn lezirek a zeu da vezań paour, met dorn ar re oberiant a binvidika.

5  An hini a zastum e-pad an hańv a zo ur mab poellek, an hini a gousk e-pad an eost a zo ur mab mezhek.

6  Bennozhioł a zo war benn an den reizh, met an taerder a c'holoio o genoł d'ar re zrouk.

7  Eńvor ar re reizh a vo benniget, met anv ar re zrouk a vreino.

8  An hini a zo fur a galon a zegemer ar gourc'hemennoł, met an hini diskiant a vuzelloł a gouezho.

9  An hini a gerzh en eeunder a ya e surentez, met an hini a falla e hentoł a vo dizoloet.

10  An hini a wilc'h e lagad a ra trubuilh, hag an hini a zo diskiant a vuzelloł a gouezho.

11  Genoł an den reizh a zo ur vammenn a vuhez, met an taerder a c'holoio o genoł d'ar re zrouk.

12  Ar gasoni a atiz ar stourmadegoł, met ar garantez a c'holo an holl fazioł.

13  War vuzelloł an den fur en em gav ar furnez, met ar wialenn a zo evit kein an hini diboell.

14  Ar furien a vir an anaoudegezh en armerzh, met genoł an diskiant a zo un distruj tost.

15  Madoł ar pinvidig a zo e gźr greńv, met paourentez an ezhommeien a zo o distruj.

16  Oberenn an den reizh a gas d'ar vuhez, met frouezh an hini drouk a gas d'ar pec'hed.

17  An hini a vir an deskadurezh a zo war wenodenn ar vuhez, met an hini a ankounac'ha ar rebechoł en em goll.

18  An hini a guzh ar gasoni en deus muzelloł touellus, hag an hini a skuilh an drouklavar a zo diboell.

19  Pa vez kalz a gomzoł, ne vank ket ar pec'hed, met an hini a zalc'h e vuzelloł a zo fur.

20  Teod an den reizh a zo arc'hant a-zibab, met kalon ar re zrouk a dalvez nebeut a dra.

21  Muzelloł an den reizh a voueta kalz a dud, met ar re ziskiant a varv dre ziouer a anaoudegezh.

22  Bennozh an AOTROU eo a binvidika, ha n'eus ket muioc'h a boan ganti.

23  Ober an droug eo levenez an amoeded, ar furnez eo hini an den poellek.

24  Ar pezh a ra aon d'an hini drouk en em gavo gantań, met c'hoant ar re reizh a vo roet dezho.

25  Evel ma tremen an arnev, evel-se ez a kuit an hini drouk, met an den reizh en em harp war un diazez peurbadus.

26  Evel gwinegr d'an dent hag evel moged d'an daoulagad, evel-se eo an didalvez d'ar re a gas anezhań.

27  Doujańs an AOTROU a gresk an deizioł, met bloavezhioł ar re zrouk a vo lamet kuit.

28  Al levenez eo esperańs ar re reizh, met gortoz ar re zrouk a yelo da netra.

29  Hent an AOTROU a zo nerzh an den eeun, met un distruj eo evit ar vicherourien a zireizhder.

30  An den reizh ne vo biken dilamet, met ar re zrouk ne vint ket o chom war an douar.

31  Genoł an den reizh a zegas ar furnez, met an teod tuet fall a vo lamet kuit.

32  Muzelloł an den reizh a anavez ar pezh a zo plijus, met genoł ar re zrouk n'eo nemet fallentez.

 

Pennad 11

1  Ar valańs faos a zo un euzhusted evit an AOTROU, met ar pouez reizh a zo plijus dezhań.

2  Pa zeu al lorc'h, e teu kerkent an dismegańs, met ar furnez a zo gant ar re izel.

3  Lealded an dud eeun a reno anezho, met fallentez ar re zrouk o distrujo.

4  Ar madoł ne servijint da netra da zeiz ar gounnar, met ar reizhder a zieubo eus ar marv.

5  Reizhder an den mat a ra eeun e hent, met an hini drouk a gouezho en abeg d'e fallagriezh.

6  Reizhder an den eeun a zieub anezhań, met an douellerien a vo tapet dre o drougiezh.

7  Pa varv an hini drouk, e c'hortoz a ya da netra, hag esperańs ar re daer a zo kollet.

8  An den reizh a zo dieubet eus an estrenvan, met an hini drouk a gouezh en e lec'h.

9  Ar pilpouz a zistruj e nesań gant e c'henoł, met an dud reizh a zo dieubet dre an anaoudegezh.

10  Pa'z a mat gant an dud reizh, kźr a laouena, ha pa varv ar re zrouk, ez eus kanaouennoł.

11  Dre vennozh an dud eeun e vez savet kźr, met diskaret eo dre c'henoł ar re zrouk.

12  An hini a zispriz e nesań a zo digalon, met an den poellek a chom war dav.

13  An droukkomzer a ziskuilh ar sekredoł, met an hini a zo leal a spered a guzh an afer.

14  Pa n'eus kuzul ebet e kouezh ar bobl, met ar surentez a zo e kalz a dud a ali mat.

15  An hini a greta un diavaeziad en devo poan, met an hini a gasa ar c'hred a zo e surentez.

16  Ar vaouez dereat a resev enor, hag an dud nerzhus pinvidigezhioł.

17  An den madoberus a ra vat dezhań e-unan, met an hini garv a drubuilh e c'hig e-unan.

18  An hini drouk a ra ul labour a douell anezhań, met d'an hini a had ar reizhder eo roet ur gopr asur.

19  Evel ma kas ar reizhder d'ar vuhez, evel-se pleustr an droug a gas d'ar marv.

20  Ar re a zo tuet fall a galon a zo euzhus d'an AOTROU, met ar re eeun a zo e blijadur.

21  Abred pe ziwezhat an hini drouk ne chomo ket digastiz, met lignez an dud reizh a vo dieubet.

22  Evel ur bravig aour e moj ur pemoc'h eo ur vaouez koant hep poell.

23  C'hoant an dud reizh n'eo nemet ar mad, met esperańs ar re zrouk eo ar fulor.

24  Unan a zispign ha koulskoude e kresk, hag unan all a espern strizh hag e vo en dienez.

25  A hini a vo madoberus en devo e walc'h, hag an hini a zoura a vo douraet.

26  An hini a zalc'h an ed a zo milliget gant ar bobl, met ar vennozh a zeu war benn an hini en gwerzh.

27  An hini a glask ar mad a resev grad-vat, met an droug a erruo gant an hini a red war e lerc'h.

28  An hini a fizi er pinvidigezhioł a gouezho, met an dud reizh a vleunio evel ur skourr.

29  An hini a laka dizurzh en e di en devo an avel da hźrezh, hag an diskiant a vo servijer an hini a zo fur a galon.

30  Frouezh an den reizh a zo ur wezenn a vuhez, hag an den a c'hounez eneoł a zo fur.

31  Setu, an den reizh a resev e c'hopr war an douar, seul-vui an hini drouk hag ar pec'her.

 

Pennad 12

1  An hini a gar ar reizhadenn a gar an anaoudegezh, met an hini a gasa ar gourdrouz a zo diskiant.

2  An den mat a denn warnań grad-vat an AOTROU, met Doue a gondaono an den a sońjoł gwidreüs.

3  An den ne vo ket startaet dre ar fallagriezh, met gwrizienn ar re reizh ne vo ket brańsellet.

4  Ur vaouez vertuzius a zo kurunenn hec'h ozhac'h, met an hini a ra vezh a zo evel breinadur en e eskern.

5  Sońjoł ar re reizh a zo eeunder, met alioł ar re zrouk a zo touell.

6  Komzoł ar re zrouk a zo antelloł evit skuilhań ar gwad, met genoł an dud eeun o dieubo.

7  Diskaret eo ar re zrouk, n'emaint ken, met ti ar re reizh en em zalc'ho.

8  An den a vo meulet hervez e boell, met an hini a zo tuet fall a galon a vo disprizet.

9  Gwelloc'h eo bezań disprizet ha kaout ur servijer, eget en em reiń gloar ha mankout a vara.

10  An den reizh a gemer preder gant ene e loen, met trugarez ar re zrouk a zo kriz.

11  An hini a labour e zouar en devo e walc'h a vara, met an hini a heuilh ar re didalvez a zo dibourvez a skiant.

12  An hini drouk a c'hoanta ar pezh o deus kemeret ar re fall, met gwrizienn an den reizh a ro frouezh.

13  Ur stign euzhus a zo e disentidigezh ar muzelloł, met an den reizh a yelo er-maez eus an estrenvan.

14  An den en devo e walc'h a vadoł gant frouezh e c'henoł, hag e vo roet da bep hini hervez labour e zaouarn.

15  Hent an diskiant a zo eeun dirak e zaoulagad, met an hini a selaou an ali a zo fur.

16  Desped an diskiant a vez anavezet bremań, met an den poellek a c'holo an dismegańs.

17  An hini a lavar ar wirionez a gas ar reizhder war-raok, met ur falstest a douell.

18  Bez' ez eus tud a ra poan evel beg ar c'hleze pa gomzont, met teod ar re fur a zo yec'hed.

19  Ar vuzell wirion a zo startaet evit biken, met an teod gaouiat n'emań nemet ur pennad.

20  Touellerezh a zo e kalon ar re a ijin an droug, met levenez a zo evit kuzulierien ar peoc'h.

21  Gwalleur ebet n'en em gavo gant an den reizh, met ar re zrouk a vo bec'hiet a boanioł.

22  Ar muzelloł touellus a zo un euzhusted evit an AOTROU, met ar re a ra gant gwirionez a blij dezhań.

23  An den poellek a guzh ar pezh a oar, met kalon ar re ziboell a embann sotonioł.

24  Dorn ar re oberiant a reno, met an dorn didalvez a vo mestroniet.

25  Bec'hiet eo an den gant ar glac'har a zo en e galon, met laouenaet eo gant ur gomz vat.

26  An den reizh a zo uheloc'h eget e amezeg, met hent ar re zrouk o c'holl.

27  An didalvez ne rosto ket e jiber, met madoł an den oberiant a zo prizius.

28  E gwenodenn an den reizh emań ar vuhez, hag e hent ne gas ket d'ar marv.

 

Pennad 13

1  Ar mab fur a selaou kelennadurezh e dad, met ar goapaer ne selaou ket ar rebechoł.

2  An den en devo e walc'h gant frouezh e c'henoł, met ene ar re widreüs gant taerder.

3  An hini a evesha war e c'henoł a vir e ene, met an hini a zigor e vuzelloł a gavo e goll.

4  Ene an didalvez ne ra nemet c'hoantaat ha n'en deus netra, met ene ar re oberiant en devo e walc'h.

5  An den reizh a gasa ar gaou, met an hini drouk a zo kasaus hag a gouezh er vezh.

6  Ar reizhder a vir an hini a gerzh en eeunder, met an drougiezh a ziskaro ar pec'her.

7  Unan en em ra pinvidik ha n'en deus netra, unan all en em ra paour ha koulskoude madoł bras en deus.

8  Pinvidigezh un den a zo daspren e vuhez, met ar paour ne c'houzańv ket gourdrouz.

9  Sklźrijenn an dud reizh a laouena, met lamp ar re zrouk a vougo.

10  Al lorc'h ne daol nemet stourmadegoł, met gant ar re a gemer kuzul emań ar furnez.

11  Ar pinvidigezhioł deuet dre wall hent a vo bihanaet, met an den a zastum dre e labour o c'hresko.

12  An esperańs daleet a laka ar galon da langisań, met ar c'hoant sevenet a zo evel ur wezenn a vuhez.

13  An hini a zispriz ar gomz en em goll, met an hini a zouj ar gourc'hemenn a vo gopraet.

14  Lezenn an den fur a zo ur vammenn a vuhez, evit pellaat diouzh antelloł ar marv.

15  Ur meiz yac'h a ro gras, met hent an douellerien a zo kalet.

16  Pep den poellek a labour gant ijin, met an hini diboell a ziskouez e sotoni.

17  Ar c'hannad fall a gouezh en droug, met ar c'hannad leal a zegas ar yec'hed.

18  Ar baourentez hag an dismegańs a zeuio war an hini a daol kuit ar gelennadurezh, met an hini a selaou ar gourdrouz a vo enoret.

19  Ar c'hoant kaset da benn a zo c'hwek d'an ene, met distreiń diouzh an droug a zo euzhus d'an amoeded.

20  An hini a ya gant ar re fur a zeuio fur, met keneil ar sodien en em c'hollo.

21  An droug a red war-lerc'h ar bec'herien, met an eurvad eo gopr an dud reizh.

22  An den mat a dreuzkaso e hźrezh da vibien e vibien, met pinvidigezhioł ar pec'her a zo miret evit an den reizh.

23  Kalz a zo da zebriń er park labouret gant ar paour, met tud ' zo hag a ya da goll dre vank a varnedigezh.

24  An hini a espern ar wialenn a gasa e vab, met an hini a gar anezhań a hast e gastizań.

25  An den reizh a zebro hag en devo e walc'h, met kof ar re zrouk en devo dienez.

 

Pennad 14

1  Pep maouez fur a sav he zi, met an hini ziskiant e ziskar gant he daouarn.

2  An den a gerzh en eeunder a zouj an AOTROU, met an hini a zo gwallsiek en e hentoł a zispriz anezhań.

3  Genoł an diskiant a zo ur wialenn evit e lorc'h, met muzelloł ar furien o mir.

4  Pa n'eus ket a saout ar c'hrańj a zo goullo, met nerzh an ejen a laka ar gounid da greskiń.

5  An test leal ne lavar nepred gaou, met ar falstest a gomz gant gevier.

6  Ar goapaer a glask ar furnez ha ne gav ket anezhi, met evit un den poellek an anaoudegezh a zo aes.

7  Pella diouzh an amoed, pa ne welez ket muzelloł an anaoudegezh gantań.

8  Ar furnez eus un den ijinus eo lakaat evezh ouzh e hent, met sotoni an amoeded a zo touellerezh.

9  Ar re ziskiant a ra goap eus ar pec'hed, met an hegareted a zo e-touez an dud reizh.

10  Ar galon a anavez he c’hwervoni dezhi hec'h-unan, hag unan all n'en devo ket lod en he levenez.

11  Ti ar re zrouk a vo diskaret, met teltenn an dud reizh a vleunio.

12  Bez' ez eus un hent a seblant eeun d'an den, met a-benn ar fin ez eo hent ar marv.

13  En ur c'hoarzhin zoken eo trist ar galon, ha dibenn al levenez-se a vo ar glac'har.

14  An hini a zo tuet fall a galon a vo leuniet gant e hentoł, met an den mat a vo leuniet gant ar pezh a zo ennań e-unan.

15  Un den eeun a gred kement a lavarer, met an den poellek a evesha ouzh e gammedoł.

16  Ar fur a zouj hag a dec'h diouzh an droug, met ar sod a zo rok ha diarvar.

17  An den buanek a ra sotonioł, hag an den gwidreüs a zo kasaet.

18  Ar re eeun a berc'henn ar sotoni, met ar re boellek a zo kurunet a anaoudegezh.

19  Ar re fall a vo izelaet dirak ar re vat, hag ar re zrouk dirak dor an dud reizh.

20  Ar paour a zo kasaet zoken gant e amezeg, met ar pinvidig en deus kalz a vignoned.

21  An hini a zispriz e nesań a ra ur pec'hed, met an hini en deus truez ouzh ar re c'hlac'haret a zo eürus.

22  Ar re a ijin an droug, ha ne ziheńchont ket? Met an drugarez hag ar wirionez a zo evit ar re a ijin ar mad.

23  E pep labour ez eus ur gounid bennak, met komzoł ar muzelloł ne zegasont nemet dienez.

24  Ar pinvidigezhioł a zo kurunenn ar furien, met sotoni an amoeded a zo atav sotoni.

25  An test leal a zieub an eneoł, met an hini a lavar gevier n'eo nemet touellerezh.

26  En doujańs an AOTROU emań ur fiziańs kreńv, hag un degemer start evit ar vugale.

27  Doujańs an AOTROU a zo ur vammenn a vuhez, evit pellaat diouzh antelloł ar marv.

28  E niver bras ar bobl emań gloar ar roue, met pa vank ar bobl emań rivin ar prińs.

29  An hini a zo gorrek da gounnariń en deus kalz a veiz, met an hini a zo buan da fuloriń a ziskouez e follentez.

30  Ur galon sioul a zo buhez ar c'horf, met ar c'hoantegezh a zo breinadur an eskern.

31  An hini a heskin ar paour a zismegańs e grouer, met an hini a enor anezhań en deus truez ouzh an ezhommeg.

32  An hini drouk a zo diskaret en e zrougiezh, met an den reizh en deus esperańs en e varv.

33  Ar furnez a ziskuizh e kalon an den skiantek, anavezet eo zoken e-touez ar sodien.

34  Ar reizhder a sav ur vroad, met ar pec'hed a zo mezh ar pobloł.

35  Grad-vat ar roue a zo evit ar servijer poellek, met droug a vo a-enep an hini a raio mezh dezhań.

 

Pennad 15

1  Ur respont habask a sioula ar fulor, met ur gomz kalet a atiz ar gounnar.

2  Teod ar furien a ziskouez anaoudegezh, met genoł an amoeded a skuilh sotonioł.

3  Daoulagad an AOTROU a zo en holl lec'hioł, eveshaat a ra ouzh ar re zrouk hag ouzh ar re vat.

4  Un teod yac'h a zo evel ur wezenn a vuhez, met unan gwallsiek a zo evel ur boulc'h er spered.

5  An diskiant a zispriz deskadurezh e dad, met an hini a laka evezh ouzh ar gourdrouz a zo fur.

6  Emań ur fonnusted vras e ti an den reizh, met trubuilh a zo e gounid an hini drouk.

7  Muzelloł ar fur a had an anaoudegezh, met n'eo ket evel-se gant kalon ar sodien.

8  Aberzh ar re zrouk a zo un euzhusted evit an AOTROU, met pedenn an dud reizh a zo plijus dezhań.

9  Hent an hini drouk a zo un euzhusted evit an AOTROU, met karout a ra an den en em ro d'ar reizhder.

10  Ur c'hastiz rust a c'hortoz an hini a zilez ar wenodenn, hag an hini a gasa ar rebech a varvo.

11  Lec'h ar marv hag an distruj a zo dirak an AOTROU, pegement muioc'h kalonoł mibien an dud?

12  Ar goapaer ne blij ket dezhań bezań gourdrouzet, ha ned aio biken etrezek ar re fur.

13  Ar galon laouen a gaera an dremm, met tristidigezh ar galon a ziskar ar spered.

14  Ur galon boellek a glask anaoudegezh, met genoł an amoeded en em vag gant sotoni.

15  Holl zeizioł an hini glac'haret a zo fall, met ur galon laouen a zo ur fest dibaouez.

16  Gwelloc'h eo nebeud gant doujańs an AOTROU, eget un teńzor bras ha trubuilh gantań.

17  Gwelloc'h eo ur pred geot gant karantez, eget un ejen stank gant kasoni.

18  An den taer a atiz an tabutoł, met an hini a zo gorrek da gounnariń a sioula ar stourmadegoł.

19  Hent an didalvez a zo evel ur c'harzh spern, met gwenodenn an den reizh a zo plaenaet.

20  Ar mab fur a laouena e dad, met an den diboell a zispriz e vamm.

21  Ar follentez a zo levenez an hini a zo dibourvez a skiant, met an den poellek a gerzh eeun.

22  Hep alioł, c'hwitań a ra ar mennadoł, met gant kalz a guzulierien e vezont startaet.

23  Laouen eo un den pa respont gant e vuzelloł, ha pegen mat eo ur gomz lavaret e koulz!

24  Evit an den poellek gwenodenn ar vuhez a gas d'an nec'h, hag a ra dezhań tec'hout diouzh lec'h ar marv en traoń.

25  An AOTROU a ziskar ti ar re lorc'hus, met startaat a ra harzoł an intańvez.

26  Sońjoł an hini drouk a zo un euzhusted evit an AOTROU, met plijus eo dezhań ar gerioł glan.

27  An hini a zo en em roet d'ar gounid dizonest a drubuilh e di, met an hini a gasa an donezonoł a vevo.

28  Kalon an den reizh a sońj er pezh a respont, met genoł ar re zrouk a skuilh traoł fall.

29  An AOTROU a zo pell diouzh ar re zrouk, met klevout a ra pedenn an dud reizh.

30  Sklźrijenn an daoulagad a laouena ar galon, hag ur c'heloł mat a larta an eskern.

31  Ar skouarn, pa selaou ar rebech a ro ar vuhez, a vo o chom e-touez ar re fur.

32  An hini a daol kuit ar gelennadurezh a zispriz e ene, met an hini a selaou ar rebech a zesk meiz.

33  Doujańs an AOTROU a gelenn ar furnez, hag a-raok ar gloar ez eus an izelegezh.

 

Pennad 16

1  Sońjezonoł ar galon a zo e-barzh an den, met respont an teod a zeu eus an AOTROU.

2  Holl hentoł an den a seblant glan dezhań, an AOTROU eo a bouez ar speredoł.

3  Ro da aferioł d'an AOTROU, ha da c'hoantoł a vo startaet.

4  An AOTROU en deus graet an holl draoł evel ur respont, an hini drouk zoken evit deiz ar glac'har.

5  Pep den lorc'hus a galon a zo un euzhusted evit an AOTROU, koulz pe ziwezhat ne chomo ket digastiz.

6  Dre an drugarez hag ar wirionez an direizhder a vo pardonet, ha dre zoujańs an AOTROU e tistroer diouzh an droug.

7  Pa blij d'an AOTROU hentoł un den, e sioula en e geńver zoken e enebourien.

8  Gwelloc'h eo nebeud gant reizhder, eget leveoł bras hep eeunder.

9  Kalon an den a sońj en hec'h hent, met an AOTROU a ren e gammedoł.

10  Diouganoł a zo war vuzelloł ar roue, hag e c'henoł ne bella ket diouzh an eeunder.

11  Ar valańs hag ar skeuliad leal a zeu eus an AOTROU, hag holl bouezioł ar sac'hig a zo e oberenn.

12  Ober an droug a zo un euzhusted evit ar rouaned, rak an tron a zo startaet gant ar reizhder.

13  Muzelloł reizh a blij d'ar rouaned, hag e karont an hini a gomz gant eeunder.

14  Fulor ar roue a zo ur c'hannad a varv, met un den fur a sioula anezhań.

15  Dremm seder ar roue a ro ar vuhez, hag e c'hrad-vat a zo evel ur goumoulenn a zegas glav an diwezhań amzer.

16  Pegen bravoc'h eo degemer furnez eget aour fin! Ha pegen gwelloc'h eo degemer poell eget arc'hant!

17  Hent an dud eeun eo distreiń diouzh an droug, hag an hini a laka evezh ouzh e hent a vir e ene.

18  An ourgouilh a gas dirak an distruj, hag ur spered lorc'hus dirak an diskar.

19  Gwelloc'h eo bezań izel a spered gant ar re vihan, eget lodennań ar preizh gant ar re lorc'hus.

20  An hini a bleustr war un afer gant poell a gavo ar mad, hag an hini a fiz en AOTROU a vo eürus.

21  Galvet e vo poellek an hini a zo a galon fur, ha douster ar muzelloł a gresk an anaoudegezh.

22  Ar meiz a zo ur vammenn a vuhez d'ar re a berc'henn anezhi, met deskadurezh ar re ziskiant a zo ar sotoni.

23  Kalon an den fur a gelenn e c'henoł, hag a laka deskoni war e vuzelloł.

24  Gerioł plijus a zo terennoł mel, douster d'an ene ha yec'hed d'an eskern.

25  Bez' ez eus un hent a seblant eeun d'an den, met a-benn ar fin ez eo hent ar marv.

26  An hini a labour a labour evitań e-unan, rak rediet eo dre e c'henoł.

27  An den fall a doull an droug, hag e vuzelloł a zo evel un tan o teviń.

28  An den gwallsiek a had stourmadegoł, hag ar flatrer a zisrann ar vignoned.

29  An den taer a sach e amezeg d'e heul, hag e laka da gerzhut war un hent ha n'eo ket mat.

30  An hini a serr e zaoulagad evit pleustriń war an droug, an hini a stard e vuzelloł, en deus dija graet an droug.

31  Ar blev gwenn a zo ur gurunenn a c'hloar, kavet eo en hent ar reizhder.

32  An hini a zo gorrek da gounnariń a dalvez muioc'h eget an den kadarn, hag an hini a zo mestr eus e galon eget an den a dap kźrioł.

33  Taolet e vez d'ar sord e pleg ar sae, met a-berzh an AOTROU eo e teu an disoc'hoł.

 

Pennad 17

1  Gwelloc'h eo un tamm bara sec'h gant peoc'h, eget un ti leun a gig gant stourmadegoł.

2  Ar servijer poellek a reno war ar mab a ra mezh, hag en devo lod en hźrezh gant ar vreudeur.

3  Ar c'hleuzeur a zo evit an arc'hant hag ar forn evit an aour, met an AOTROU eo an hini a amprou ar c'halonoł.

4  An hini fall a zo evezhiek ouzh ar muzelloł faos, hag ar gaouiad a selaou an teod a zroukkomz.

5  An hini a ra goap ouzh ar paour a zismegańs e grouer, hag an hini a laouena eus ur gwalleur ne chomo ket digastiz.

6  Mibien ar vibien a zo kurunenn ar re gozh, hag an tadoł a zo gloar o mibien.

7  Muzelloł dispar ne zereont ket ouzh an den diskiant, nebeutoc'h c'hoazh muzelloł gaouiat ouzh ur prińs.

8  Ar prof a zo evel ur maen prizius dirak daoulagad an hini en degemer, pep kostez bennak ma vez troet, e plij.

9  An hini a guzh ur mank a glask karantez, met an hini a ziskuilh an dra a zisrann ar vignoned.

10  Ur rebech a zo efedusoc'h war an den poellek, eget kant taol war an amoed.

11  An hini drouk ne glask nemet stourmadegoł, met ur c'hannad garv a vo kaset en e enep.

12  Gwelloc'h eo en em gavout gant un arzhez a zo lamet diganti he re vihan, eget gant ur sod en e sotoni.

13  An droug ne guitaio ket ti an hini a rent an droug evit ar mad.

14  Deroł un tabut a zo evel digeriń un ttemen d'an dour; a-raok en em gav ar stourmadeg, dilez.

15  An hini a zisklźr reizh an den drouk hag an hini a gondaon an den reizh, a zo o-daou un euzhusted evit an AOTROU.

16  Petra a servij ar priz e dorn an amoed evit prenań furnez, pa vank ar galon?

17  Ar mignon gwir a gar e pep amzer, hag e c'hano evel ur breur en dristidigezh.

18  Dibourvez a skiant eo an hini a stok en dorn, hag a greta e nesań.

19  An hini a gar ar stourmadegoł a gar an droug, hag an hini a sav e zor-borzh a glask distruj.

20  An hini a zo tuet fall a galon ne gavo ket an eurvad, hag an teod gwallsiek a gouezho er gwalleur.

21  An hini en deus roet ar genel d'ur sod en devo ar boan, ha tad un diskiant ne laouenaio ket.

22  Ar galon laouen a dalvez ul louzoł, met ar spered mantret a zisec'h an eskern.

23  An den drouk a zegemer an donezon, evit diskar gwenodennoł ar varnedigezh.

24  Emań ar furnez dirak an den poellek, met daoulagad an hini diboell a ya da benn an douar.

25  Ar mab sot a zo ur glac'har evit e dad, ha c'hwervoni evit an hini he deus e c'hanet.

26  N'eo ket mat kastizań an den reizh, ha skeiń prińsed evit o eeunder.

27  An den dalc'het en e c'herioł en deus anaoudegezh, hag an den poellek en deus ur spered dispar.

28  Pa dav, an diskiant zoken a zo lakaet fur, hag an hini a serr e vuzelloł a zo un den skiantek.

 

Pennad 18

1  An hini a chom en e gorn a heuilh e dech, en em galeta a-enep pep skiant.

2  Un den diboell ne gemer ket plijadur o poellata, met o tisklźriań ar pezh a zo en e galon.

3  Pa zeu an hini drouk, an dispriz a zeu ivez, ha gant an dismegańs e teu ar vezh.

4  Komzoł genoł un den a zo doureier don, ha mammenn ar furnez a zo ur froud o redek.

5  N'eo ket mat lakaat evezh ouzh an den drouk, evit ober gaou d'an hini reizh er varnedigezh.

6  Muzelloł an den diboell a zegas ar stourmadeg, e c'henoł a c'halv taolioł.

7  Genoł an den diboell a zo un distruj evitań, e vuzelloł ur griped d'e ene.

8  Komzoł an teodeger a zo evel lipouzerezh, mont a reont betek donań ar c'hof.

9  An hini en em laosk en e labour, a zo breur d'an hini a zispign ar pezh en deus.

10  Anv an AOTROU a zo un tour kreńv, an den reizh a red ennań hag emań e surentez.

11  Madoł ar pinvidig a zo e gźr greńv, hag evel ur voger uhel en e sońj.

12  A-raok an distruj, kalon an den en em sav, met an izelegezh a ziaraog ar gloar.

13  An hini a respont d'ar c'homzoł a-raok bezań o c'hlevet, a ra ur sotoni hag a denn ar vezh warnań e-unan.

14  Spered an den en souten er c'hleńved, met mard eo ar spered dinerzhet, piv en kreńvaio?

15  Kalon an den poellek a zastum anaoudegezh, ha skouarn an hini fur a glask anaoudegezh.

16  Donezon an den a zigor lec'h dezhań, hag a zegas anezhań betek ar re vras.

17  An hini a vreuta e gaoz da gentań a seblant reizh, met e gevezer a zeu hag a evesha anezhań.

18  Ar sord a echu an tabutoł, hag a ra al lodennoł etre ar re c'halloudek.

19  Breudeur dizunvanet a zo diaesoc'h eget ur gźr greńv, hag o zabutoł a zo evel morailhoł ur c'hastell.

20  Kof an den a zo leuniet gant frouezh e c'henoł, met eń a zo leuniet gant leve e vuzelloł.

21  Ar marv hag ar vuhez a zo e galloud an teod, ar re a gar e implijout a zebro ar frouezh anezhań.

22  An hini en deus kavet ur wreg en deus kavet an eurvad, ur grad-vat eo digant an AOTROU.

23  Ar paour a gomz en ur aspediń, met ar pinvidig a respont gant rustoni.

24  An hini en deus kalz a vignoned en deus trubuilh, met bez' ez eus ur c'heneil muioc'h eget ur breur.

 

Pennad 19

1  Gwelloc'h eo ar paour a gerzh en eeunder eget an hini a gomz gant fallentez hag a zo diboell.

2  Un ene hep anaoudegezh n'eo ket ur vad, hag an hini a hast buan war e dreid a bec'h.

3  Sotoni an den eo a ziskar e hent, hag e galon a grozmol a-enep an AOTROU.

4  Ar binvidigezh a zegas kalz a vignoned, met ar paour a zo dilezet gant e amezeg.

5  Ar falstest ne chomo ket digastiz, hag an hini a lavar gevier ne dec'ho ket.

6  Kalz a luban grad-vat ar prińs, ha pep hini a zo mignon d'an den a ro.

7  Holl vreudeur ar paour a gasa anezhań, pegen muioc'h en em denn e vignoned digantań! Mont a ra war o lerc'h gant e gomzoł, met n'emaint ken eno!

8  An hini a zegemer furnez a gar e ene, hag an hini a vir ar meiz a gav ar vad.

9  Ar falstest ne chomo ket digastiz, hag an hini a lavar gevier a yelo da goll.

10  Ne zere ket ouzh un amoed bevań er plijadurioł, pegen nebeutoc'h d'ur servijer ren war ar re vras.

11  Poell an den a zalc'h e gounnar, hag e enor eo ankounac'haat ar mankoł.

12  Erez ar roue a zo evel yudadenn al leon yaouank, met e c'hrad-vat a zo evel ar c'hlizhenn war ar geot.

13  Ur mab sot a zo ur gwalleur bras evit e dad, ha tabutoł ur wreg a zo ur c'han dibaouez.

14  Un ti ha pinvidigezhioł a zo un hźrezh a-berzh an tadoł, hag ur wreg poellek a zo un hźrezh a-berzh an AOTROU.

15  Al leziregezh a zegas ar morgousk, hag an ene didalvez en devo naon.

16  An hini a vir ar gourc'hemenn a vir e ene, met an hini a zispriz e hentoł a varvo.

17  An hini en deus truez ouzh ar paour a brest d'an AOTROU, hag eń a rento dezhań e vadober.

18  Kastiz da vab e-keit ma ez eus esperańs, met n'a ket betek e lakaat da vervel.

19  An hini en em lez da vont d'ar gounnar a zougo ar boan a-se, ha ma vez dilezet e vo ret dont en-dro.

20  Selaou ar c'huzul ha degemer ar gelennadurezh, evit ma vi fur betek da zivezh.

21  Bez' ez eus sońjoł diniver e kalon an den, met kuzul an AOTROU a chomo digemm.

22  Kaerder an den eo e vadelezh, ha gwelloc'h eo ar paour eget ar gaouiad.

23  Doujańs an AOTROU a gas d'ar vuhez, an hini en deus anezhi en devo e walc'h, an droug ne weladenno ket anezhań.

24  An didalvez a spluj e zorn er plad, ha ne zegas ket anezhań en-dro d'e c'henoł.

25  Mar skoez war ar goapaer, an hini eeun a furaio, ha mar reprenez un den skiantek, e kompreno an anaoudegezh.

26  Ar bugel a ra mezh hag a zegas dismegańs, a wallgas e dad hag a laka e vamm da dec'hout.

27  Paouez, va mab, da selaou un deskadurezh a c'hellfe da zistreiń diouzh gerioł an anaoudegezh.

28  Un test gwallsiek a ra goap eus ar varnedigezh, ha genoł ar re zrouk en em leugn a fallentez.

29  Ar barnedigezhioł a zo kempennet evit ar goapaerien, hag an taolioł evit kein an amoeded.

 

Pennad 20

1  Ar gwin a zo goapaer hag ar voeson a zo diboell, ha piv bennak a gemer re anezho n'eo ket fur.

2  Gourdrouz ar roue a zo evel yudadenn al leon yaouank, an hini a hegas anezhań a bec'h a-enep dezhań e-unan.

3  Un enor eo evit un den en em virout diouzh an tabutoł, met pep diskiant en em ro dezho.

4  An didalvez ne labouro ket pa vez yen an amzer; e-pad an eost e klasko, met n'en devo netra.

5  Ar c'huzul e kalon an den a zo un dour don, hag an den skiantek a denno dioutań.

6  An darn vuiań eus an dud a veul o madelezh, met piv a gavo un den leal?

7  An den reizh a gerzh en e eeunder, e vibien a zo benniget war e lerc'h.

8  Ar roue a zo azezet war dron ar reizhder, kas a ra pep droug kuit gant e sell.

9  Piv a c'hell lavarout: Glanaet em eus va c'halon, naet on eus va fec'hed?

10  Daou bouezh ha daou efa (unanenn ec'honad ~ 30 l) a zo unan hag egile un euzhusted dirak an AOTROU.

11  Ar bugel a ro da anavezout dija dre e oberoł, hag e vo glan hag eeun ar pezh a raio.

12  Ar skouarn a glev hag al lagad a wel, graet int bet o-daou gant an AOTROU.

13  Na gar ket ar c'housked gant aon na zeufes da vezań paour, digor da zaoulagad hag ez po da walc'h a vara.

14  Kement-se ne dalvez netra, kement-se ne dalvez netra! a lavar ar prener. Da c'houde ez a kuit hag e fouge.

15  Bez' ez eus aour ha kalz a berlez, met ar muzelloł fur a zo un dra brizius.

16  Pa en devo un den kretaet un diavaeziad, kemer e zilhad ha goulenn digantań ur gouestl en abeg d'an diavaezidi.

17  Bara an touell a zo plijus d'an den, met da c'houde e vo e c'henoł leun a c'hrouan.

18  Ar mennadoł a zo startaet dre ar c'huzul, kemer alioł evit ober brezel.

19  An droukkomzer a ziskuilh ar sekredoł, pella eta diouzh an hini a gar digeriń e vuzelloł.

20  Lamp an hini a vallozh e dad pe e vamm a vo mouget en donań deńvalijenn.

21  Pa'z eo resevet re vuan an hźrezh da gentań, ne vo ket benniget da ziwezhań.

22  Na lavar ket: Rentań a rin an droug, met gortoz an AOTROU hag ez tieubo.

23  Daou bouezh a zo un euzhusted dirak an AOTROU, hag ar valańs faos n'eo ket un dra vat.

24  An AOTROU eo a ren kammedoł an den, penaos eta e komprenfe an den e hent?

25  Ur stign eo evit an den disklźriań traoł santel gant skańvadurezh, ha goude ar gouestl enklask c'hoazh.

26  Ar roue fur a bella ar re zrouk, hag a laka ar rod da dreiń warno.

27  Spered an den a zo ul lamp a-berzh an AOTROU, furchal a ra donderioł an ene.

28  Ar vadelezh hag ar wirionez a vir ar roue, e dron a zo harpet war ar vadelezh.

29  Nerzh ar re yaouank a zo o gloar, hag ar blev gwenn a zo enor ar re gozh.

30  Blońsoł ar goulioł a c'hlana an den drouk, evel an taolioł o tizhout betek donderioł ar c'hof.

 

Pennad 21

1  Kalon ar roue a zo e dorn an AOTROU evel un dour-red, he zreiń a ra da gement a fell dezhań.

2  Holl hentoł an den a zo eeun dirak e zaoulagad, met an AOTROU eo a bouez ar c'halonoł.

3  Ober ar reizhder hag ar varnedigezh a zo plijusoc'h d'an AOTROU eget an aberzhoł.

4  An daoulagad lorc'hus hag ar galon c'hwezhet eo lamp ar re zrouk, ha n'eo nemet pec'hed.

5  Sońjoł ar re a zo oberiant a ro fonnusted, met pep den skańbenn a gouezh er baourentez.

6  Gounit teńzorioł gant un teod touellus a zo ur vogedenn dec'hus a glask ar marv.

7  Laerońsi ar re zrouk a vo o distruj, rak ne fell ket dezho ober hervez ar varnedigezh.

8  Hent an hini kablus a zo troidellus, met an den didamall a labour gant eeunder.

9  Gwelloc'h eo bezań o chom e korn un doenn, eget gant ur wreg rioterez en un ti bras.

10  Ene an den fall a c'hoanta an droug, hag e nesań ne gav ket grad-vat dirak e zaoulagad.

11  Pa gastizer ar goapaer, an hini eeun a zeu da vezań fur, ha pa gelenner an den fur, e tegemer anaoudegezh.

12  An den reizh a evesha ouzh ti an hini drouk, pa'z eo diskaret ar re zrouk er gwalleur.

13  An hini a serr e zivskouarn ouzh kriadenn an ezhommeg, a grio ivez e-unan ha ne vo ket klevet.

14  An donezon roet e kuzh a sioula ar gounnar, hag an donezon lakaet er bruched a sioula ar fulor vrasań.

15  Ul levenez eo evit un den reizh ober hervez ar varnedigezh, met ur spouron eo evit ar vicherourien a zireizhder.

16  An den a bella diouzh hent ar poell, en devo e chomlec'h e bodadenn ar re varv.

17  An den a gar ar plijadurioł a vo paour, hag an hini a gar ar gwin hag ar lard ne vo ket pinvidik.

18  An hini drouk a vo gopr an den reizh, hag an toueller hini ar re eeun.

19  Gwelloc'h eo bezań o chom en ur gouelec'h, eget gant ur wreg rioterez ha buanek.

20  Teńzorioł prizius hag eoul ez eus e chomlec'h an den fur, met an hini diboell a lonk anezho.

21  An hini a heuilh ar reizhder hag an drugarez a gavo ar vuhez, ar reizhder hag ar gloar.

22  An den fur a bign e-barzh kźr an dud kreńv, hag e tiskar an nerzh a oa he fiziańs.

23  An hini a vir e c'henoł hag e deod, a vir e ene diouzh an estrenvan.

24  Un den rok ha lorc'hus a zo galvet ur goapaer a labour gant kounnar ha fouge.

25  C'hoant an didalvez a lazh anezhań, rak ne fell ket d'e zaouarn labourat,

26  ne ra nemet c'hoantaat a-hed an deiz, met an den reizh a ro ha n'espern netra.

27  Aberzh ar re zrouk a zo un euzhusted, pegen muioc'h pa en degasont gant mennadoł fall!

28  An test gaouiat a yelo da goll, met an den a selaou a c'hello atav komz.

29  An den drouk a ziskouez lorc'h war e zremm, met an den reizh a starta e hent.

30  N'eus na furnez na meiz na kuzul evit herzel ouzh an AOTROU.

31  Ar marc'h a zo prest evit deiz an emgann, met dont a ra an dieubidigezh a-berzh an AOTROU.

 

Pennad 22

1  Brud vat a zo gwelloc'h eget pinvidigezh bras, ha grad-vat karantezus eget arc'hant hag aour.

2  Ar pinvidig hag ar paour en em gav, graet int bet o-daou gant an AOTROU.

3  An den poellek a ziaraog an droug hag en em guzh, met ar re eeun a dremen e-biou hag a vez kastizet.

4  Dre an izelded ha doujańs an AOTROU, e teu pinvidigezh, enor ha buhez.

5  Bez' ez eus spern ha stignoł war hent an hini gwallsiek, an neb a vir e ene a bellaio diouto.

6  Kelenn ar bugel diwar-benn an hent a dle heuliań, zoken pa vo kozh ne bellaio ket dioutań.

7  Ar pinvidig a reno war ar beorien, hag an hini a amprest a vo servijer an hini a brest.

8  An hini a had an direizhder a vedo an avel, ha gwialenn e fulor he devo fin.

9  Al lagad madoberus a vo benniget, dre m'en devo roet eus e vara d'ar paour.

10  Kas kuit ar goapaer hag e yelo da netra ar stourmadeg, an enebiezh hag an tamall a baouezo.

11  Ar roue eo mignon an hini a gar glanded a galon hag en deus gras war e vuzelloł.

12  Daoulagad an AOTROU a ziwall an anaoudegezh, met mezhekaat a ra komzoł an hini disent.

13  An didalvez a lavar: Al leon a zo aze er-maez, lazhet e vin er straedoł.

14  Genoł an divaeziadezed a zo ur poull don, an hini disprizet gant an AOTROU a gouezho ennań.

15  Ar sotoni a zo stag ouzh kalon ar bugel, met gwialenn ar c'hastiz a bellaio anezhi dioutań.

16  An hini a ra gaou d'ar paour evit en em binvidikaat, a ro d'ar pinvidig, evit kouezhań en dienez.

17  Stou da skouarn ha selaou komzoł an hini fur, stag da galon ouzh va anaoudegezh,

18  rak plijus e vo dit ma o miri ennout ha ma chomint war da vuzelloł.

19  O reiń a ran dit da glevout hiziv, dit da-unan, evit ma vo da fiziańs en AOTROU.

20  Ha ne'm eus ket dija skrivet evidout diwar-benn kuzulioł hag anaoudegezh,

21  evit kelenn dit diarvar ar gerioł a wirionez, hag evit ma responti dre c'herioł a wirionez d'ar re a c'houlenn kuzul diganit?

22  Na ziwisk ket ar paour dre ma'z eo paour, ha na wask ket an ezhommeg ouzh da zor,

23  rak an AOTROU a vreutaio o c'haoz, hag e tiwisko ene ar re o devo o diwisket.

24  Na vez ket keneil an den a gounnar, ha n'a ket gant an den fuloret,

25  gant aon na zeskfes e wenodennoł ha na vefent ur stign da'z ene.

26  Na vez ket eus ar re a donk en dorn, nag eus ar re a greta evit dleoł.

27  Ma ne'c'h eus ket peadra da baeań, ha fellout a rafe dit e vo kemeret da wele a-zindanout?

28  Na zilec'h ket ar bonn kozh, o deus lakaet da dadoł.

29  Ha gwelet ec'h eus un den ampart en e labour? Bez' e vo e servij ar rouaned, ne vo ket e servij an dud dister.

 

Pennad 23

1  Pa vi azezet da zebriń gant ur prińs, evesha ouzh ar pezh a vo dirazout,

2  ha laka ur gontell ouzh da c'houzoug, mard out mestroniet gant da naon.

3  Na c'hoanta ket e lipouzerezhioł, rak ur boued touellus eo.

4  Na labour ket evit bezań pinvidik, na laka ket da boell e kement-se.

5  Perak teurel da zaoulagad war madoł na vint ken dizale? A-dra-sur en em raint divaskell evel an erer a nij war-zu an neńvoł.

6  Na zebr ket bara an den en deus ul lagad fall, ha na c'hoanta ket e lipouzerezhioł,

7  rak e kuzh e sońj e-barzh e ene. Debr hag ev, a lavaro dit, met e galon n'emań ket ganit.

8  Disteurel a ri an tamm az po debret, hag e kolli da gomzoł plijus.

9  Na gomz ket ouzh skouarn ur sod, rak disprizań a raio furnez da gomzoł.

10  Na zilec'h ket ar bonn kozh, ha n'a ket e parkeier an emzivad,

11  rak o dasprener a zo galloudus; eń a vreutaio o c'haoz a-enep dit.

12  Stag da galon ouzh kelennadurezh, ha da zivskouarn ouzh gerioł anaoudegezh.

13  N'espern ket ar c'hastiz d'ar bugel yaouank, pa ez po skoet warnań gant ar wialenn, ne varvo ket.

14  En ur skeiń warnań gant ar wialenn, e tieubi e ene diouzh lec'h ar marv.

15  Va mab, mard eo fur da galon, va c'halon a laouenaio,

16  ha va lounezhi a drido gant levenez, pa lavaro da vuzelloł traoł reizh.

17  Ra ne vo ket avius da galon ouzh ar bec'herien, met en em ro dalc'hmat da zoujańs an AOTROU.

18  Rak a-dra-sur ec'h echuo mat an traoł ganit, ha da c'hortoz ne vo ket touellet.

19  Te, va mab, selaou ha bez fur, ha ren da galon hervez an hent mat.

20  Na vez ket gant an everien win, na gant ar re a blij dezho ober chervad,

21  rak an ever hag al lonker a zeuio paour, hag ar c'housker a vo gwisket gant truilhoł.

22  Selaou da dad, eń eo en deus roet dit ar vuhez, ha na zispriz ket da vamm pa vo deuet da vezań kozh.

23  Pren ar wirionez ha na werzh ket anezhi, pren ar furnez, an deskadurezh hag ar poell.

24  Tad an den reizh a vo laouen-kenań, hag an hini a vo tad d'ur bugel fur en devo levenez gantań.

25  Ra laouenaio da dad ha da vamm, ha ra vo leuniet a levenez an hini he deus da c'hanet.

26  Va mab, ro din da galon, ha ra lakaio da zaoulagad evezh ouzh va hentoł.

27  Rak ar ribodez a zo ur poull don, hag an diavaeziadez ur puńs enk.

28  Hi en em zerc'hel e ged evel ul laer, hag e lakaio meur a zen difeal.

29  Da biv ar c'hlemm? Da piv ar gwalleur? Da biv an tabutoł? Da biv an haketerezh? Da biv ar goulioł hep abeg? Da biv ar ruzder en daoulagad?

30  D'ar re a chom e-kichen ar gwin, hag a ya da glask ar gwin mesket.

31  Na sell ket ouzh ar gwin pa vez ruz, pa lugern en hanaf ha pa red aezet.

32  A-benn ar fin e krog evel an naer, hag e flemm evel an naer-wiber.

33  Da zaoulagad a sello ouzh an diavaeziadezed, da galon a lavaro traoł fallakr,

34  hag e vi evel an hini a gousk e-kreiz ar mor, evel an hini a gousk e beg ur wern:

35  Skoet on bet, a lavari, ha ne'm eus ket poan, pilet on bet ha ne'm eus ket klevet. Pa zihunin, ez in adarre da glask.

 

Pennad 24

1  Na vez ket avius ouzh ar re zrouk, ha na c'hoanta ket bezań ganto,

2  rak o c'halon a sońj en distruj, hag o muzelloł a gomz diwar-benn noazout.

3  Dre ar furnez eo e vo savet an ti, dre ar meiz e vo startaet,

4  dre an anaoudegezh e vo ar c'hambroł leuniet eus an holl vadoł prizius ha plijus.

5  An den fur a zo kreńv, hag an den a gar anaoudegezh a gresk e galloud.

6  Rak gant alioł eo e vez graet ar brezel, hag emań ar surentez e kalz a guzulierien.

7  Ar furnez a zo savet re uhel evit un diskiant, ne zigoro ket e c'henoł ouzh an dorojoł.

8  An hini a sońj ober an droug, a vo galvet mestr ar fallentez.

9  Ur mennad fall a zo ur follentez, hag ar goapaer a zo un euzhusted evit an dud.

10  Mar kollez kalon en deiz an estrenvan, da nerzh a vo bihan.

11  Dieub a re a zo stlejet d'ar marv, hag a zo war-nes da vezań lazhet.

12  Mar lavarez: Setu, n'hon eus ket anavezet, ha ne glevo ket an hini a bouez ar c'halonoł? Ha ne ouezo ket an hini a ziwall da ene? Ha ne roio ket en-dro da bep hini hervez e oberennoł?

13  Va mab, debr mel rak mat eo, hag an derenn a zo dous da'z staon,

14  evel ma vo anaoudegezh ar furnez da'z ene. Pa ez po he c'havet, ec'h echuo mat an traoł ganit, ha da c'hortoz ne vo ket touellet.

15  Den drouk, na stegn ket gripedoł a-enep chomlec'h an den reizh, ha na ziskar ket e di,

16  rak an den reizh a gouezho seizh gwech hag a vo adsavet, met ar re zrouk a vo taolet er gwalleur.

17  Pa vo kouezhet da enebour, ne laouenaio ket, ha pa vo diskaret, ne drido ket da galon,

18  gant aon na welfe kement-se an AOTROU, na zisplijfe dezhań, ha na zistrofe diwarnań e gounnar.

19  Na fulor ket abalamour d'ar re a ra fallagriezhoł, ha na vez ket avius ouzh ar re zrouk,

20  rak n'echuo ket mat an traoł gant ar re a ra fallagriezhoł, ha lamp ar re zrouk a vo mouget.

21  Va mab, douj an AOTROU hag ar roue, ha na vez ket keneil an dud kemm-digemm,

22  rak o diskar a c'hoarvezo trumm, ha piv a anavez ar gwalleur en em gavo d'an eil ha d'egile?

23  Setu ivez ar pezh a zeu eus ar re fur: n'eo ket mat sellout ouzh diavaez an dud er varnedigezh.

24  An hini a lavar d'an den drouk: Te a zo reizh, ar pobloł a villigo anezhań hag ar broadoł en kasaio.

25  Met ar re a c'hourdrouz anezhań en em gavo mat, hag e teuio warno ur vennozh vras.

26  An hini a respont gant eeunder da unan bennak, a ro dezhań ur pok war e vuzelloł.

27  Kempenn da labour er-maez ha laka urzh ez park, ha goude e savi da di.

28  Na vez ket test a-enep da nesań hep abeg, ha fellout a rafe dit touellań gant da vuzelloł?

29  Na lavar ket: Ober a rin dezhań evel m'en deus graet din, reiń a rin d'an den-se hervez e oberoł.

30  Tremenet em eus e-kichen park an didalvez, ha tost da winieg an den diskiant,

31  ha setu, ar spern a greske e pep lec'h, al linad a c'holoe o gorre, hag o moger-vein a oa kouezhet.

32  Pa welis kement-se, e sońjis ennań, e sellis outań, hag tennis kelennadurezh:

33  un tamm kousket, un tamm mored, un tamm kroaziań an daouarn da ziskuizhań,

34  hag e teuio da baourentez evel ur reder, ha da zienez evel un den armet.

 

Pennad 25

1  Setu c'hoazh krennlavarioł Salomon, skrivet gant tud Ezekia roue Juda.

2  Gloar Doue eo kuzhat an traoł, met gloar ar rouaned eo furchal an traoł.

3  Ne c'heller ket furchal an neńvoł en abeg d'o uhelder, nag an douar en abeg d'e donder, na kalon ar rouaned.

4  Lam ar c'henn diouzh an arc'hant, hag e teuio anezhań ul lestr gaer evit an teuzer,

5  lam an den fall a-zirak ar roue, hag e vo e dron startaet dre ar reizhder.

6  Arabat fougeal dirak ar roue, ha n'en em zalc'h ket e renk ar re vras,

7  rak gwelloc'h eo e vefe lavaret dit: Pign amań, eget bezań izelaet dirak ar prińs en deus da zaoulagad gwelet.

8  Na hast ket mont evit breutaat, gant aon na oufes ket a-benn-ar-fin petra d'ober, goude m'en devo da lakaet mezhek da nesań.

9  Breuta da gaoz a-enep da nesań, met na zisklźr ket ar sekred da unan all,

10  gant aon na vefes dismegańset gant an hini a glevfe, ha na chomes hep bezań disammet diouzh da vezh.

11  Ur gomz lavaret en amzer dereat a zo evel avaloł aour e paneroł arc'hant.

12  Pa reprener an den fur en deus ur skouarn sentus, ez eo evel ur walenn aour pe ur brageriz aour fin.

13  Ar c'hannad feal a zo d'ar re a gas anezhań evel freskted an erc'h en amzer an eost, hag e ra vat da ene e vestr.

14  Un den o fougeal e gaou eus e vadelezh, a zo evel ar c'houmoul hag an avel hep glav.

15  Dre ar basianted eo gounezet ur prińs, hag un teod flour a vruzun eskern.

16  Pa ez po kavet mel, debr dioutań met nann muioc'h eget n'eo ret, gant aon, o kemer re, na zistaolfes anezhań.

17  Laka nebeutań ma c'helli da droad e ti da nesań, gant aon na vefe aet skuizh ganit ha n'en defe kasoni ouzhit.

18  An den a zoug ur falstesteni a-enep e nesań, a zo evel ur morzhol, ur c'hleze hag ur bir lemm.

19  Ar fiziańs en un den disleal en devezh an anken, a zo evel un dant torret hag un troad a riskl.

20  An hini a gan sonioł da ur galon c'hlac'haret, a zo evel an den a lam e vantell pa vez yen an amzer hag evel gwinegr war holen-moger.

21  Mar en deus naon da enebour, ro dezhań bara da zebriń, ha mar en deus sec'hed, ro dezhań dour da evań,

22  rak glaou tan eo e tastumi war e benn, hag an AOTROU a rento dit.

23  Avel an hanternoz a zegas ar glav, hag an teod a zrouksońj e kuzh a zegas an dremm buanek.

24  Gwelloc'h eo bezań o chom e korn un doenn, eget gant ur wreg rioterez en un ti bras.

25  Ur c'heloł mat degaset eus ur vro bell, a zo evel dour fresk da un den sec'hedet ha skuizh.

26  An den reizh o brallań dirak an hini drouk, a zo evel ur feunteun batouilhet hag ur vammenn gollet.

27  N'eo ket mat debriń re a vel, ha furchal an traoł don a zo ur samm.

28  An den n'eo ket mestr dezhań e-unan, a zo evel ur gźr freuzet ha divoger.

 

Pennad 26

1  Evel an erc'h e-pad an hańv hag evel ar glav e-pad an eost, evel-se ar gloar ne zere ket d'an amoed.

2  Evel ma tec'h ul labous hag evel ma nij ar wennili, evel-se ar vallozh dizellid ne zeuio ket.

3  Ar skourjez a zo evit ar marc'h, ar weskenn evit an azen, ar vazh evit kein an amoeded.

4  Na respont ket d'ar sod hervez e sotoni, gant aon na zeufes heńvel outań.

5  Na respont ket d'ar sod hervez e sotoni, gant aon na sońjfe e vefe fur.

6  An hini a gas kemennadoł dre un den diboell a droc'h e dreid hag a ev nec'hamant.

7  Evel ma'z eo hep nerzh divhar an den mac'hagn, evel-se emań ur c'hrennlavar e genoł an den diboell.

8  Ober enor d'un den diboell, a zo evel lakaat ur maen prizius en ur bern kailh.

9  Evel ur spern e dorn ar mezvier, evel-se emań ur c'hrennlavar e genoł an den diboell.

10  An hini a gemer en e servij ar sodien hag ar re gentań deuet, a zo evel ur gwareger a c'hloaz an holl.

11  Evel ma tistro ar c'hi d'ar pezh en deus distaolet, evel-se e tistro ar sod d'e sotoni.

12  Daoust hag ec'h eus gwelet un den a gred bezań fur? Muioc'h a zo da c'hortoz diouzh un amoed eget dioutań.

13  An didalvez a lavar: Al leon bras a zo en hent, al leon a zo er straedoł!

14  Evel ma tro an nor war he mudurunoł, an didalvez a dro war e wele.

15  An didalvez a laka e zorn er plad, ha poan en deus o tegas anezhań d'e c'henoł.

16  An didalvez en em gav furoc'h eget seizh den a oar respont gant skiant-vat.

17  A hini a c'hell fuloriń diwar-benn un tabut na sell ket outań, a zo evel an hini a grog en ur c'hi dre e zivskouarn,

18  evel-se eo an hanter gounnaret a daol glaou, biroł hag ar marv,

19  evel-se eo an den a douell e nesań hag a lavar: Ha ne oa ket evit c'hoari?

20  Pa n'eus ket a goad e varv an tan, evel-se pa n'eus ket a deodeger e paouez an tabut.

21  Ar glaou a zo evit ober regez hag ar c'hoad evit ober tan, evel-se ar rioter a zo evit atizań an tabutoł.

22  Komzoł an teodeger a zo evel lipouzerezh, mont a reont betek donań ar c'hof.

23  Ar muzelloł o teviń hag ar galon fall a zo evel eon arc'hant da livań ur pod pri.

24  An hini en deus kasoni a guzh en ur gomz, met en e ziabarzh e tastum touellerezh,

25  pa gomzo dereat, na gred ket anezhań, rak seizh euzhusted a zo en e galon.

26  An hini a guzh e gasoni gant an touell, a vo dizoloet dirak ar vodadeg.

27  An hini a doull ur poull a gouezho ennań, hag an hini a ruilh ur maen a welo anezhań o tistreiń warnań.

28  An teod gaouiat a gasa an hini en deus diskaret, hag ar genoł lubanus a laka da gouezhań.

 

Pennad 27

1  N'en em veul ket evit deiz warc'hoazh, rak n'ouzout ket petra a c'hell un devezh genel.

2  Ra veulo unan all ac'hanout ha nann da c'henoł, ra vo un diavaeziad ha nann da vuzelloł.

3  Ar maen a zo pounner hag an traezh pouezus, met fulor an diskiant a zo pounneroc'h eget o daou.

4  Ar gounnar a zo kriz hag ar fulor evel ul lińvadenn, met piv a c'hello derc'hel dirak ar warizi?

5  Ur rebech digor a zo gwelloc'h eget ur garantez kuzhet.

6  Leal eo ar goulioł graet gant ur mignon, met pokoł an enebour a zo touellus.

7  An hini en deus e walc'h a vac'h an terennoł mel, met an hini en deus naon a gav dous ar pezh a zo c'hwerv.

8  Evel ul labous o kantren pell diouzh e neizh, evel-se eo an den a bella diouzh e chomlec'h.

9  An eoul hag ar c'hwezh-vat a laouena ar galon, evel-se eo douster ur mignon o reiń kuzul digant e galon.

10  Na zilez ket da vignon na mignon da dad, ha n'a ket e ti da vreur e deiz da estrenvan, rak un amezeg tost a dalvez muioc'h eget ur breur pell.

11  Va mab, bez fur ha laouena va c'halon, hag e c'hellin respont d'an hini a rebecho din.

12  An den poellek a ziaraog an droug hag en em guzh, met an hini eeun a dremen e-biou hag a vez kastizet.

13  Pa en devo unan bennak kretaet un diavaeziad, kemer e zilhad, ha goulenn digantań ur gouestl evit un diavaeziadez.

14  An hini a vennig e vignon a vouezh uhel mintin mat, a vo evel pa villigfe anezhań.

15  Evel dour o teverań dibaouez un devezh a c'hlav, evel-se eo ur wreg rioterez.

16  An hini a fell dezhań herzel outi, a harz ouzh an avel hag a zalc'h eoul gant e zorn dehou.

17  Evel ma vez lemmet an houarn gant an houarn, evel-se eo lemmet un den gant un den all.

18  An hini a ziwall ar wezenn-fiez a zebro he frouezh, evel-se an hini a ziwall e vestr a vo enoret.

19  Evel ma respont en dour an dremm d'an dremm, evel-se kalon an den a respont d'ar galon eus un den all.

20  Lec'h ar marv hag an distruj n'o deus biken o gwalc'h, evel-se daoulagad an den a zo diwalc'hus.

21  An arc'hant a zo amprouet gant ar c'hleuzeur, an aour gant ar forn, hag an den a zo barnet hervez e vrud.

22  Pa bilfes un diskiant en ur mortez e-mesk ar greun gant ur pilouer, e sotoni n'en em zistagfe ket diwarnań.

23  En em stag da anavezout doareoł da zeńved, ha laka evezh ouzh da dropelloł,

24  rak ar pinvidigezhioł ne badont ket da viken, hag ar gurunenn ne chom ket a oad da oad.

25  Pa vez dastumet ar foenn ha gwelet ar geot, e tastumer louzeier ar menezioł.

26  An oaned a vo evit da wiskań, hag ar bouc'hed evit paeań ar park.

27  Gant laezh ar givri az po da walc'h a voued, boued da diegezh ha bevańs da vitizhien.

 

Pennad 28

1  An hini drouk a dec'h hep ma'z eer den war e lerc'h, met an den reizh en deus fiziańs evel ul leon.

2  En abeg da zisentidigezh ar vro ez eus meur a vestr, met ar gouarnamant a zo startaet gant un den fur ha skiantek.

3  Un den paour o heskinań ar re vihan, a zo evel ur glav a zistruj hag a laka ar bara da vankout.

4  An dud a zilez al lezenn a veul ar re zrouk, met an dud a vir al lezenn a stourm outo.

5  Ar re zrouk ne gomprenont ket ar varnedigezh, met ar re a glask an AOTROU a gompren pep tra.

6  Gwelloc'h eo ar paour a gerzh en eeunder, eget an hini gwallsiek e hentoł hag a zo pinvidik.

7  An hini a vir al lezenn a zo ur mab fur, met an hini en em blij gant an dud diroll a ra mezh d'e dad.

8  An hini a gresk e vadoł dre gampi ha dre uzurerezh, a zastum evit an hini en devo truez ouzh ar beorien.

9  Mar distro unan bennak e skouarn evit na selaouo ket al lezenn, e bedenn zoken a zo un euzhusted.

10  An hini a laka an dud reizh d'en em goll war un hent fall a gouezho er poull, met an dud onest o devo an eurvad da hźrezh.

11  Ar pinvidig a sońj bezań fur, met ar paour skiantek a furcho anezhań.

12  Pa laouena an dud reizh, ar gloar a zo bras, met pa sav ar re zrouk, pep hini en em guzh.

13  An hini a guzh e bec'hedoł ne raio ket berzh, met an hini o anzav hag o dilez en devo trugarez.

14  Eürus eo an den a zo dalc'hmat en doujańs, met an hini a galeta e galon a gouezho er sotoni.

15  Un den drouk o ren war ur bobl paour, a zo evel ul leon youc'hus hag un arzh naonek.

16  Ur prińs dibourvez a skiant a zo un heskiner, met an hini a gasa ar gounid dizonest a hiraio e zeizioł.

17  An den a zo karget gant gwad unan all a dec'ho betek ar poull, ra ne zalc'ho den anezhań!

18  An hini a gerzh en eeunder a vo salvet, met an hini a zistro dioutań evit heuliań daou hent a gouezho en unan anezho.

19  An hini a labour e zouar en devo e walc'h a vara, met an hini a heuilh ar re didalvez en devo e walc'h a baourentez.

20  An den leal en devo bennozhioł e-leizh, met an hini a hast pinvidikaat ne chomo ket digastiz.

21  N'eo ket mat sellout ouzh diavaez an dud, rak evit un tamm bara un den a rafe an droug.

22  An den avius a lagad a hast pinvidikaat, ha ne oar ket en em gavo an dienez gantań.

23  An hini a c'hourdrouz unan bennak a gavo gras a-benn ar fin, muioc'h eget an hini a luban gant e deod.

24  An hini a laer e dad pe e vamm hag a lavar n'eo ket ur pec'hed, a zo keneil an distrujer.

25  An hini en deus ar galon c'hwezet a atiz ar stourmadegoł, met an hini a laka e fiziańs en AOTROU en devo e walc'h.

26  An hini a laka e fiziańs en e galon e-unan a zo diboell, met an hini a gerzh er furnez a vo dieubet.

27  An hini a ro d'ar paour n'en devo ket a zienez, met an hini a guzh e zaoulagad a fonnusaio e mallozhioł.

28  Pa sav ar re zrouk, pep hini en em guzh, met pa varvont, an dud reizh a gresk.

 

Pennad 29

1  An den hag a reud e c'houzoug pa vez rebechet, a vo torret buan, ha ne vo ket yac'haet.

2  Pa gresk an dud reizh, ar bobl a laouena, met pa ren an hini drouk, ar bobl a huanad.

3  An den a gar ar furnez a laouena e dad, met an hini en em blij gant ar riboded a goll e binvidigezhioł.

4  Ar roue a starta ar vro dre ar reizhder, met an hini a gar an donezonoł he distruj.

5  An den a luban e nesań a stegn ur roued dindan e gammedoł.

6  Bez' ez eus ur stign e pec'hed an den drouk, met an den reizh a gan hag a laouena.

7  An den reizh a anavez kaoz ar beorien, met an hini drouk ne ra van ebet.

8  Ar c'hoapaerien a c'hwez an tan e kźr, met ar re fur a sioula ar gounnar.

9  Pa stourm un den fur gant un diskiant, pe e krozo pe e c'hoarzho, n'en devo ket a ziskuizh.

10  An dud a wad a gasa an den eeun, met an den reizh a ziwall e ene.

11  An amoed a ro da anavezout kement en deus en e sońjoł, met ar fur en moug hag en dalc'h.

12  Ar prińs a selaou ar gaou, hag e holl servijerien a zo drouk.

13  Ar paour hag an heskiner en em gav a-gevret, an AOTROU eo a sklaera daoulagad an eil hag egile.

14  Tron ar roue a varn ar beorien hervez ar wirionez, a vo startaet da viken.

15  Ar wialenn hag ar rebechoł a ro ar furnez, met ar bugel lezet en e unan a ra mezh d'e vamm.

16  Pa vez ar re zrouk an niverusań, ar pec'hed a gresk, met an dud reizh a welo o distruj.

17  Kastiz da vab hag e roio diskuizh dit, hag e raio levenez da'z ene.

18  Pa n'eus ket a weledigezh, ar bobl a zo direol, met eürus eo an hini a vir al lezenn!

19  N'eo ket dre gomzoł e vez kastizet ur servijer, klevout mat a ra met ne respont ket.

20  Ha gwelet ec'h eus un den disońj en e gomzoł? Muioc'h a zo da c'hortoz digant ur sod eget digantań.

21  Ar servijer a vo ur mab a-benn ar fin d'an hini a vev anezhań gant preder adalek e yaouankiz.

22  An den a gounnar a atiz ar stourmadegoł, hag an den fuloret a ra kalz a walloł.

23  Lorc'h an den a izela anezhań, met an hini a zo izel a spered en devo gloar.

24  An hini a rann gant ul laer a gasa e ene, klevout a ra al le a vallozh ha ne zisklźr netra.

25  Doujańs an den a zo ur stign, met an hini a laka e fiziańs en AOTROU a vo e surentez.

26  Kalz a glask grad-vat an hini a ren, met barnedigezh an den a zeu eus an AOTROU.

27  An den direizh a zo un euzhusted evit ar re reizh, hag an den eeun a zo un euzhusted evit ar re zrouk.

 

Pennad 30

1  Komzoł Agur mab Jake, diouganoł a zisklźrias an den-se evit Itiel, evit Itiel hag Ukal.

2  A-dra-sur me eo an diwezhań eus an dud, n'on ket evit kompren evel ar re all,

3  ne'm eus ket desket ar furnez, ha n'anavezan ket anaoudegezh ar sent.

4  Piv a zo pignet d'an neńvoł ha piv a zo diskennet ac'hane? Piv en deus dastumet an avel en e zaouarn? Piv en deus dalc'het an doureier en e wiskamant? Piv en deus diazezet holl harzoł an douar? Pe anv en deus? Pehini eo anv e vab? Hag e c'hellez henn lavarout?

5  Pep ger Doue a zo glan. Ur skoed eo d'ar re a laka o fiziańs ennań.

6  Na laka netra ouzhpenn er c'herioł-mań, gant aon na reprenfe ac'hanout ha na vefes kavet gaouiat.

7  Goulennet em eus daou dra diganit, n'o dinac'h ket ouzhin a-raok ma varvin.

8  Pella diouzhin al lorc'h hag ar gomz gaouiat. Na ro din na paourentez na pinvidigezh, met ro din ar bara am eus ezhomm,

9  gant aon na douellfen er fonnusted ha na lavarfen: Piv eo an AOTROU? ha gant aon na laerfen er baourentez ha na gemerfen anv va Doue en aner.

10  Na damall ket ar servijer dirak e vestr, gant aon na villigfe ac'hanout ha na errufe droug ganit.

11  Bez' ez eus ur rumm a dud hag a villig e dad ha na vennig ket e vamm,

12  bez' ez eus ur rumm a dud hag en em gred bezań glan ha koulskoude n'eo ket gwalc'het eus e loustoni,

13  bez' ez eus ur rumm a dud hag a zo lorc'hus e zaoulagad ha savet e valvennoł,

14  bez' ez eus ur rumm a dud hag a zo evel klezeier e zent hag evel kontilli e javedoł, evit debriń ar re c'hlac'haret eus ar vro hag ar beorien a-douez an dud.

15  Ar waderez he deus div verc'h, a lavar: Degas, degas! Bez' ez eus tri zra n'o deus ket o gwalc'h, pevar zoken na lavaront ket: A-walc'h!

16  Lec'h ar marv, ar wreg gaonac'h, an douar pa n'en deus ket e walc'h a zour, an tan, ne lavaront ket: A-walc'h!

17  Lagad an hini a ra goap ouzh e dad hag a zispriz kelennoł e vamm, a vo toullet gant brini an traoń, ha re vihan an erer a zebro anezhań.

18  Bez' ez eus tri zra re souezhus evidon, pevar n'anavezan ket:

19  hent an erer en aer, hent an naer war ur roc'h, hent al lestr e-kreiz ar mor, hent ar gwaz gant ar plac'h.

20  Evel-se emań hent an avoultrerez: debriń a ra hag e torch he genoł, ha goude-se e lavar: Ne'm eus ket graet a zroug.

21  An douar a gren en abeg da dri zra, hag en abeg da bevar na c'hell ket dougen:

22  en abeg d'ur servijer a zeu da ren, en abeg d'un diskiant leuniet a voued,

23  en abeg d'ur wreg kasaet a zimez, en abeg d'ur vatezh a zo hźr d'he mestrez.

24  Bez' ez eus pevar dra bihan war an douar, hag a zo fur-kenań:

25  ar merien, pobl hep nerzh a gempenn e-pad an hańv o boued,

26  ar c'honikled, pobl dinerzh a laka he zi er reier,

27  ar c'hilheien-raden, n'o deus ket a roue hag ez eont er-maez holl dre vandennoł,

28  ar glazard, a vez tapet gant daou dorn hag a ya e palezioł ar roue.

29  Bez' ez eus tri zra o deus ur c'herzhed brav, pevar hag a zo kaer o bale:

30  al leon, nerzhus e-touez al loened ha na gil dirak netra,

31  al loen gourizet e zivgroazell, ar bouc'h, ar roue na c'hell den herzel outań.

32  Mar ec'h eus graet follentez oc'h en em sevel da-unan, ha mar ec'h eus sońjet en droug, laka da zorn war da c'henoł.

33  Gwaskań al laezh a ro amann, gwaskań ar fri a ro gwad, ha gwaskań ar gounnar a ro stourmadegoł.

 

Pennad 31

1  Komzoł ar roue Lemuel, diouganoł a gelennas e vamm dezhań.

2  Petra, va mab? Petra, mab donań va c'hof? Petra, mab va gouestloł?

3  Na ro ket da nerzh d'ar merc'hed, na da hentoł d'ar re a goll ar rouaned.

4  N'eo ket d'ar rouaned, Lemuel, n'eo ket d'ar rouaned evań gwin, na d'ar brińsed an evaj kreńv,

5  gant aon na evfent, n'ankounac'hafent al lezenn ha na zireizhfent droed ar re c'hlac'haret.

6  Roit an evaj kreńv d'an hini a ya da goll, hag ar gwin d'an hini ez eo c'hwerv e ene,

7  ra evo hag ec'h ankounac'haio e baourentez, ha n'en devo ken sońj eus e drubuilh.

8  Digor da c'henoł evit ar mud, hag evit droed an holl vibien dilezet.

9  Digor da c'henoł, barn gant reizhder, breuta kaoz ar beorien hag an ezhommeien.

10  Piv a gavo ur wreg vertuzius? He friz a zo pell dreist hini ar perlez.

11  Kalon he fried a laka he fiziańs enni, ha ne vanko ket dezhań a breizh.

12  Ober a raio vad dezhań ha nann droug, holl zeizioł he buhez.

13  Klask a ra gloan ha lin, hag e labour a-youl-gaer gant he daouarn,

14  emań evel listri ur marc'hadour, a-bell e tegas he bara.

15  Sevel a ra pa vez c'hoazh noz, hag e ro ar boued d'he ziegezh hag al labour d'he mitizhien.

16  Sońjal a ra en ur park hag e pren anezhań, diwar frouezh he daouarn e plant ur winienn.

17  Gourizań a ra a-nerzh he divgroazell, hag e starta he divrec'h,

18  gwelout a ra ez eo mat hec'h aferioł, he lamp ne voug ket e-pad an noz.

19  Lakaat a ra he daouarn d'ar gegel, hag he bizied a zalc'h ar werzhid.

20  Astenn a ra he dorn d'ar paour, ha dougen a ra he daouarn d'an ezhommeg.

21  N'he deus ket aon rak an ec'h evit he ziegezh, rak he holl diegezh a zo gwisket gant ruz-moug.

22  Ober a ra pallennoł, he dilhad a zo graet gant lin fin ha tane.

23  He fried a zo anavezet ouzh dorioł kźr, pa'z eo azezet gant henaourien ar vro.

24  Ober a ra lien da werzhań, ha gourizoł evit ar varc'hadourien.

25  Nerzh ha splannder a stumm he dilhad, hag e c'hoarzh d'an deiz a zeu.

26  Digeriń a ra he genoł gant furnez, hag ul lezenn a vadelezh a zo war he zeod.

27  Eveshaat a ra ouzh doare he ziegezh, ha ne zebr ket bara an didalvoudegezh.

28  He mibien a sav hag he galv eürus, he fried a veul anezhi.

29  Kalz merc'hed o deus labouret nerzhus, met te a zo a-us dezho holl.

30  Gaou eo ar goantiz, moged eo ar c'haerder, ar wreg a zouj an AOTROU eo an hini a vo meulet.

31  Roit dezhi eus frouezh he daouarn, ha ra veulo anezhi hec'h oberoł ouzh dorojoł kźr.