LEVR AR PROFED

MALAKI

 

Pennad 1

1  Diougan, komz an AOTROU da Israel, dre Valaki.

2  Ho karet em eus, eme an AOTROU, hag e lavarit: E petra ec'h eus hor c'haret? Ezaü, ha ne oa ket breur Jakob? Koulskoude em eus karet Jakob,

3  met kasaet Ezaü, hag em eus graet eus e venezioł ul lec'h distro; ha roet em eus e hźrezh da aourgon ar gouelec'h.

4  Mar lavar Edom: Distrujet omp, met adsevel a raimp an dismantroł! Evel-henn e komz AOTROU an armeoł: Sevel a raint, met me a ziskaro, hag e vint anvet: bro an drougiezh, ar bobl ma'z eo kounnaret an AOTROU en hec'h enep da viken.

5  Ho taoulagad henn gwelo, hag e lavarot: An AOTROU en em uhela en tu all da harzoł Israel.

6  Ur mab a enor e dad, hag ur servijer a enor e vestr. Mard on tad, pelec'h emań an enor a zo din? Mard on mestr, pelec'h emań an aon a zo dirazon? eme AOTROU an armeoł deoc'h-c'hwi, aberzhourien a zispriz va anv, hag a lavar: E petra hon eus disprizet da anv?

7  Kinnig a rit war va aoter bara saotret, hag e lavarit: E petra hon eus da zizenoret? Dre ma lavarit: Taol an AOTROU a zo disprizus.

8  Ha pa zegasit evit un aberzh ul loen dall, ha n'eus ket droug e kement-se? Ha pa zegasit unan kamm pe klańv, ha n'eus ket droug e kement-se? Kinnig-eń da'z kouarnour! Hag anaoudek e vo ez keńver, pe da zegemeri mat? eme AOTROU an armeoł.

9  Bremań pedit eta dirak dremm Doue, evit m'en devo truez ouzhimp! Kement-se o tont eus ho taouarn, hag-eń e tegemeri mat ac'hanoc'h? eme AOTROU an armeoł.

10  Piv eo an hini ac'hanoc'h a serro an dorojoł, evit na vo enaouet ken en aner an tan war va aoter? Ne'm eus plijadur ebet ennoc'h, eme AOTROU an armeoł, ha ne blij din prof ebet eus ho taouarn.

11  Rak adalek ar sav-heol betek ar c'huzh-heol e vo bras va anv e-touez ar broadoł, hag e pep lec'h ma vo lakaet da vogediń ha kinniget ur brofadenn c'hlan da'm anv. Rak va anv a vo bras e-touez ar broadoł, eme AOTROU an armeoł.

12  Met c'hwi a zisakr anezhań pa lavarit: Taol an AOTROU a zo saotret, hag ar pezh a zeu dioutań a zo ur boued disprizus.

13  Lavarout a rit: Pebezh skuizhder! Hag e tisprizit anezhań, eme AOTROU an armeoł. Hag e tegasit ar pezh a zo bet laeret, ar pezh a zo kamm ha klańv, ha kement-se eo ar profadennoł a ginnigit! Hag e gemer a rin eus ho taouarn? eme an AOTROU.

14  Milliget eo an toueller, an hini en deus ur par en e dropell, hag a ouestl hag a aberzh ul loen dic'hlan d'an AOTROU. Rak me a zo ur roue bras, eme AOTROU an armeoł, ha va anv a zo doujet e-touez ar broadoł.

 

Pennad 2

1  Bremań eo evidoc'h-c'hwi, aberzhourien, ar gourc'hemenn-mań.

2  Ma ne selaouit ket, ha ma ne lakait ket ho kalon da reiń gloar da'm anv, eme AOTROU an armeoł, e kasin warnoc'h ar vallozh, hag e vallozhin ho pennozhioł. Ya, mallozhiń a rin anezho dre ma ne lakait ket ho kalon da-se.

3  Setu, distrujań a rin hoc'h haderezh, ha skuilhań a rin teil war ho tremmoł, teil loened hoc'h aberzhoł, hag e viot kaset kuit ganto.

4  Gouzout a reot neuze em eus roet deoc'h ar gourc'hemenn-mań, evit ma pado va emglev gant Levi, eme AOTROU an armeoł.

5  Va emglev gantań a oa ar vuhez hag ar peoc'h, hag o roet em eus dezhań evit m'en defe doujańs, ha va doujet en deus, ha krenet en deus dirak va anv.

6  Lezenn ar wirionez a oa en e c'henoł, ha n'eus ket bet kavet a zireizhder war e vuzelloł. Kerzhet en deus ganin er peoc'h hag en eeunder, ha distroet en deus kalz diouzh o direizhder.

7  Rak muzelloł an aberzhour a zle mirout an anaoudegezh, hag eus e c'henoł e klasker al lezenn, rak kannad AOTROU an armeoł eo.

8  Met c'hwi a zo en em bellaet diouzh an hent-se; lakaet hoc'h eus gant al lezenn un abeg da gouezhań evit kalz a dud, ha torret hoc'h eus emglev Levi, eme AOTROU an armeoł.

9  Ha me ivez em eus ho lakaet da vezań disprizus ha displet d'an holl bobl, dre ma ne virit ket va hentoł, ha ma sellit ouzh diavaez an dud pa jubennit al lezenn.

10  Ha n'hon eus ket holl un hevelep tad? Un hevelep Doue, ha n'en deus ket hor c'hrouet? Perak eta ez omp fall an eil e-keńver egile, o tisakrań emglev hon tadoł?

11  Juda en deus graet an droug, un euzhusted a zo bet graet en Israel hag e Jeruzalem. Rak Juda en deus disakret ar pezh a oa santelaet d'an AOTROU, ar pezh a gare, hag en deus dimezet gant merc'h un doue estren.

12  An AOTROU a lamo kuit eus teltennoł Jakob an den a ra kement-se, an hini a zihun, an hini a respont, hag an hini a ginnig ar brofadenn da AOTROU an armeoł.

13  Ha setu un eil tra a rit: Goleiń a rit a zaeroł aoter an AOTROU, a oueladegoł hag a huanadoł, e doare ma ne sell ken ouzh ar brofadenn, ha ne gemer ken plijadur er pezh a zeu eus ho taouarn.

14  Hag e lavarit: Perak? Dre ma'z eo bet an AOTROU test etrezout ha gwreg da yaouankiz, an hini ma'z out bet disleal en he c'heńver, petra bennak ma'z eo da genseurtez ha gwreg da emglev.

15  Den n'en deus graet kement-se, o kaout un nemorant a spered! Ha perak an hini unan-se en deus henn graet? Klask a rae ul lignez a-berzh Doue. Taolit evezh eta ouzh ho spered, ha na vezit ket disleal e-keńver gwreg ho yaouankiz.

16  Rak kasaat a ran ar c'has-kuit, eme an AOTROU Doue Israel, hag an hini a c'holo a zismegańs e zilhad, eme AOTROU an armeoł. Taolit evezh eta ouzh ho spered, ha na vezit ket disleal.

17  Skuizhet hoc'h eus an AOTROU gant ho komzoł, hag e lavarit: E petra hon eus e skuizhet? Pa lavarit: Piv bennak a ra an droug a zo mat dirak daoulagad an AOTROU, hag ennań eo e kemer plijadur; pe: Pelec'h emań Doue ar reizhder?

 

Pennad 3

1  Setu ez an da gas va c'hannad, hag e kempenno an hent a-raok din. Hag a-daol-trumm ez aio en e dempl an AOTROU a glaskit, hag Ael an emglev a c'hoantait. Setu e teu, eme AOTROU an armeoł.

2  Piv a c'hello gouzańv deiz e zonedigezh, piv a c'hello chom en e sav pa en em ziskouezo? Rak bez' e vo evel tan an teuzer, evel soavon ar gwenner.

3  Azezet e vo, o teuziń hag o c'hlanaat an arc'hant. Glanaat a raio mibien Levi, hag o furaio evel ma vez graet gant an aour hag an arc'hant, hag e kinnigint d'an AOTROU ur brofadenn hervez ar reizhder.

4  Profadenn Juda hag Israel a vo plijus d'an AOTROU, evel en deizioł kozh hag evel er bloavezhioł a-wechall.

5  Hag e tostain ouzhoc'h evit ar varnedigezh, hag ec'h hastin testeniań a-enep ar sorserien, a-enep an avoultrerien, a-enep ar re a dou e gaou, ar re a zalc'h gopr al labourer, a wask an intańvez hag an emzivad, a noaz d'an diavaeziad, ha na zouj ket ac'hanon, eme AOTROU an armeoł.

6  Dre ma'z on an AOTROU ne gemman ket, abalamour da-se c'hwi, mibien Jakob, n'oc'h ket bet kuzumet.

7  Abaoe amzer ho tadoł oc'h en em bellaet diouzh va reolennoł ha n'hoc'h eus ket o miret. Distroit ouzhin, ha me a addeuio d'ho kavout, eme AOTROU an armeoł. Hag e lavarit: Penaos e tistroimp?

8  An den, ha touellań a raio Doue? Rak va zouellań a rit. Hag e lavarit: E petra hon eus da douellet? En deogoł hag er profoł!

9  Mallozhet oc'h, eus ur vallozh a sko ac'hanoc'h dre ma touellit ac'hanon, c'hwi ar vroad holl!

10  Degasit an holl zeogoł da di an teńzor, evit ma vo bevańs em zi. Va amprouit e kement-se, eme AOTROU an armeoł, daoust ha ne zigorin ket skluzioł an neńvoł, ha ne skuilhin ket warnoc'h ar vennozh hep muzul.

11  Abalamour deoc'h e kourdrouzin ar plaouier, ne zistrujo ket dirazoc'h frouezh ho touar, hag ho kwini ne vo ket dibrodu war ar maezioł, eme AOTROU an armeoł.

12  An holl vroadoł a lavaro ez oc'h eürus, rak c'hwi a vo ur vro a levenez, eme AOTROU an armeoł.

13  Ho komzoł a zo garv a-enep din, eme an AOTROU. Hag e lavarit: Petra hon eus lavaret a-enep dit?

14  Lavaret hoc'h eus: En aner eo e servijomp Doue; petra hon eus gounezet o virout e urzhioł, hag o kerzhout er glac'har dirak AOTROU an armeoł.

15  Derc'hel a reomp bremań evit eürus ar re lorc'hus. Ya, ar re a ra an drougiezh a ra berzh; ya temptań a reont Doue, hag en em dennont!

16  Neuze ar re a zouj an AOTROU o deus komzet en eil ouzh egile. An AOTROU en deus taolet evezh outo hag o selaouet. Skrivet ez eus bet ul levr-eńvor dirazań, evit ar re a zouj an AOTROU hag o deus sońj eus e anv.

17  Din-me e vint eme AOTROU an armeoł, en deiz a gempennan e vint va dalc'h. Hag ec'h espernin anezho, evel ma espern un den e vab a servij anezhań.

18  Hag e welot a-nevez an diforc'h etre an den reizh hag an hini direizh, etre an den a servij Doue hag an hini na servij ket anezhań.

 

Pennad 4

1  Rak setu e teu an deiz gwrezus evel ur forn; hag an holl re lorc'hus hag an holl re a ra an droug a vo evel plouz. An deiz-se a zo o tont hag o entano, eme AOTROU an armeoł, ha ne lezo ganto na gwrizienn na skourr.

2  Met evidoc'h, c'hwi hag a zouj va anv, e savo heol ar reizhder, hag ar yec'hed a vo en e vannoł. Mont a reot er-maez, hag e lammot evel leueoł ar c'hraou.

3  Ha mac'hań a reot ar re zrouk, rak evel ludu e vint dindan solioł ho treid en deiz ma kempennan, eme AOTROU an armeoł.

4  Ho pet sońj eus lezenn Moizez va servijer, am eus roet dezhań en Horeb evit Israel a-bezh, ar reolennoł hag ar barnedigezhioł

5  Setu ez an da gas deoc'h Elia ar profed, a-raok ma teuio deiz bras ha spontus an AOTROU.

6  Distreiń a raio kalon an tadoł etrezek ar vugale, ha kalon ar vugale etrezek o zadoł, gant aon na zeufen da skeiń war ar vro e-doare ar berz.