LEVR

MIKA

 

Pennad 1

1  Komz an AOTROU a voe disklźriet da Vika ar Morastad, en deizioł Jotam, Akaz hag Ezekiaz, rouaned Juda, ha setu ar pezh a welas diwar-benn Samaria ha Jeruzalem.

2  Selaouit, c'hwi holl bobloł! Bez evezhius, douar gant kement a zo ennout! Ra vo an Aotrou AOTROU test a-enep deoc'h, an Aotrou eus templ e santelezh.

3  Rak setu ez a an AOTROU er-maez eus e chomlec'h, diskenn a ra, hag e kerzh war lec'hioł uhel an douar.

4  Ar menezioł a deuz dindanań, an traoniennoł a zigor, evel koar dirak an tan, evel doureier o redek en un dinaou.

5  Kement-se holl en abeg da bec'hed Jakob, en abeg da bec'hedoł ti Israel. Pehini eo pec'hed Jakob? Ha n'eo ket Samaria? Pere eo uhellec'hioł Juda? Ha n'int ket Jeruzalem?

6  Ober a rin eus Samaria ur bern mein er parkeier, ul lec'h da blantań gwini. Lakaat a rin he mein da ruilhal en draonienn, hag e lakain en noazh he diazezoł.

7  Hec'h holl skeudennoł kizellet a vo bruzunet, holl c'hoproł he gastaouerezh a vo devet en tan, hec'h holl idoloł a vo distrujet. Rak dastumet he deus anezho gant gopr he gastaouerezh, hag e tistroint da vezań gopr ur c'hast.

8  En abeg da-se e hirvoudin hag e c'harmin, mont a rin diwisk hag en noazh, leuskel a rin gouelvanoł evel an aourgon hag e kańvaouin evel ar struskańvaled.

9  Rak he gouli a zo dibareüs, mont a ra betek Juda, tapout a ra betek dor va fobl, betek Jeruzalem.

10  Na roit ket da anavezout kement-se da C'had! Na ouelit ket! E Bet-Leafra en em ruilhan er poultr.

11  Tremen e-biou, plac'h Shafir, er vezh hag en noazh! Plac'h Zaanan ne gred ket mont er-maez. Kańvoł Bet-Ezel a lam pep skoazell diganeoc'h.

12  Rak plac'h Marod a zo en enkrez diwar-benn he mad, peogwir e tiskenn an droug a-berzh an AOTROU betek dor Jeruzalem.

13  Stag ar marc'h ouzh ar c'harr, plac'h Lakish! Te eo bet penn-kentań ar pec'hed evit merc'h Sion, rak ennout o deus kavet torfedoł Israel.

14  Neuze ez eo ret dit dilezel Moreshed-Gad. Tiez Akzib a vo un dromplezon evit rouaned Israel.

15  Degas a rin dit ur perc'henner all, plac'h Maresha! Gloar Israel a yelo betek Adullam.

16  En em laka moal ha touz da vlev, en abeg da'z mibien karet-mat. En em laka moal evel an erer, rak ez int harluet pell diouzhit.

 

Pennad 2

1  Gwalleur d'ar re a raktres traoł direizh hag a ijin an droug war o gweleoł! Da c'houloł-deiz e sevenont an traoł-se, dre m'o deus ar galloud en o daouarn.

2  C'hoantaat a reont parkeier hag o c'hemeront, tiez hag o skrapont. Gwaskań a reont an den hag e diegezh, an den hag e hźrezh.

3  Dre-se, evel-henn e komz an AOTROU: Setu ec'h ijinan a-enep ar ouenn-se ur gwalleur, na c'hellot ket tennań kuit ho kouzoug dioutań, ha c'hwi ne gerzhot ken uhel ho pennoł, rak an amzer-mań a vo fall.

4  En deiz-se e raint ur c'hrennlavar diwar ho penn, hag e huanadint gant ur garm truezus o lavarout: Graet eo! Distrujet omp holl! Kemmet en deus lodenn va fobl! Penaos e kemero anezhi diouzhin? Lodennet en deus hor parkeier da dud dizoue!

5  Setu perak ne vo hini ebet oc'h astenn ar gordenn war ul lodenn e bodadeg an AOTROU.

6  Na lavarit profediezh ebet, a lavaront. Met ne vo lavaret profediezh ebet d'ar re-mań, ar vezh ne bellaio ket.

7  Te hag a zo anvet ti Jakob, daoust hag eo buan Spered an AOTROU da gounnariń? Ar re-se eo da oberoł? Va c'homzoł, ha n'int ket mat gant an hini a gerzh eeun?

8  Abaoe pell e vez graet ouzh va fobl evel ouzh un enebour. Sevel a rit ar vantell diwar dilhad ar re a dremen en surentez o tistreiń eus ar brezel.

9  Kas a rit kuit gwragez va fobl eus o ziez karet. Lemel a rit evit biken va gloar diwar-c'horre o bugale.

10  Savit ha kerzhit! Rak n'emań ket amań lec'h ho tiskuizh, en abeg d'an hudurnez, an distruj a ziskaro, un distruj rust.

11  Mar red un den war-lerc'h an avel, ha mar lavar gevier o lavarout: War ar gwin ha war an evajoł kreńv e roin dit ur brofediezh, hennezh a vo ur profed evit ar bobl-mań.

12  Da zastum a rin holl, Jakob! Dastum a rin nemorant Israel, hag ho tastumin evel deńved ur park, evel un tropell e-kreiz e beurvan. Bez' e vo un trouz bras eus an engroez a dud.

13  An hini a ra an toull-freuz a bigno dirazo. Lammat a raint, tremen a raint dre an nor, hag ez aint er-maez. O roue a gerzho dirazo, hag an AOTROU a vo en o fenn.

 

Pennad 3

1  Hag em eus lavaret: Selaouit, pennoł Jakob, ha c'hwi renerien ti Israel! Ha n'eo ket deoc'h da anavezout ar reizh?

2  Kasaat a rit ar mad hag e karit an droug, c'hwi hag a ziframm o c'hroc'hen diwarno, hag o c'hig diwar o eskern.

3  Debriń a reont kig va fobl, hag e tennont o c'hroc'hen diwarno, hag e vruzunont o eskern, hag o lakaont a-dammoł evel evit ar pod-houarn, evel kig en ur gaoter.

4  Krial a raint neuze d'an AOTROU, met ne responto ket dezho, kuzhat a raio e zremm outo en amzer-se, dre ma'z eo bet fall o oberoł.

5  Evel-henn e komz an AOTROU a-enep ar brofeded a laka va fobl da ziankań, ar re a embann ar peoc'h p'o deus o dent peadra da gregiń, hag a gempenn ar brezel a-enep an den na laka netra en o genoł:

6  En abeg da-se ho po an noz e-lec'h gweledigezh, an deńvalijenn e-lec'h diougan. An heol a yelo da guzh war ar brofeded, hag an deiz a deńvalaio warno.

7  Ar welerien a vo mezhek, hag an diouganerien a ruzio gant an dismegańs, an holl a c'holoio o barv, rak ne vo respont ebet a-berzh Doue.

8  Met me a zo leun a nerzh, a Spered an AOTROU, a varnedigezh hag a galon, evit disklźriań da Jakob e dorfed ha da Israel e bec'hed.

9  Selaouit kement-mań, pennoł Jakob, ha c'hwi renerien ti Israel, c'hwi hag a gasa ar reizhder, hag a laka da vezań kamm ar pezh a zo eeun,

10  hag a sav Sion gant ar gwad, ha Jeruzalem gant an direizhder!

11  He fennoł a varn evit profoł, hec'h aberzhourien a gelenn evit ur gopr, he frofeded a ziougan evit arc'hant, hag en em harpont war an AOTROU o lavarout: Ha n'emań ket an AOTROU en hon touez? Ar gwalleur ne zeuio ket warnomp!

12  Setu perak en abeg deoc'h, Sion a vo troet he douar evel ur park, Jeruzalem a zeuio da vezań ur bern rivinoł, ha menez an ti ur c'hrec'h goloet a goadeg.

 

Pennad 4

1  Hag e c'hoarvezo, en deizioł diwezhań, ma vo startaet menez ti an AOTROU dreist ar menezioł, hag e savo dreist ar c'hrec'hiennoł, hag e teredo ennań an holl bobloł.

2  Meur a vroad a zeuio hag a lavaro: Deuit ha pignomp da venez an AOTROU, da di Doue Jakob; kelenn a raio deomp e hentoł, hag e kerzhimp en e wenodennoł, rak al lezenn a zeuio eus Sion, ha komz an AOTROU eus Jeruzalem.

3  Barn a raio etre pobloł niverus, hag e tivizo evit broadoł galloudus betek ar broioł pell; neuze e c’hoveilhint soc’hioł eus o c'hlezeier, ha filzier eus o goafioł. Ur vroad ne savo ken ar c'hleze a-enep unan all, ha ne vo ken desket ober brezel.

4  Pep hini a azezo dindan e winienn ha dindan e fiezenn, ha den ebet ne spourono anezho, rak komzet en deus genoł AOTROU an armeoł.

5  Pa gerzh an holl bobloł pep hini en anv e zoue, ni a gerzho en anv an AOTROU hon Doue dalc'hmat ha da viken.

6  En deiz-se, eme an AOTROU, e tastumin ar re gamm, hag e tastumin ar re a zo bet kaset kuit, ar re am eus gwallgaset,

7  hag e rin un nemorant gant ar re gamm, hag ur vroad c'halloudus gant ar re a zo bet pellaet; hag an AOTROU a reno warno, war venez Sion, a-dal neuze ha da viken.

8  Ha te, tour an tropell, krec'hienn merc'h Sion, betek ennout e teuio hag ec'h erruo ar vestroniezh kentań; ar roueelezh a vo da verc'h Jeruzalem.

9  Perak e laoskez bremań kriadennoł? Ha n'eus roue ebet ez kreiz? Ha marv eo da guzulier, evit ma'z eo kroget ar boan ennout, evel er wreg o wilioudiń?

10  Gouzańv gwentloł ha kri, merc'h Sion, evel ar wreg o wilioudiń! Rak bremań ez i eus kźr hag e vi o chom er parkeier, hag ez i betek Babilon. Eno e vi dieubet, eno e vi dasprenet gant an AOTROU eus dorn da enebourien.

11  Ha bremań meur a vroad en em zastum ez enep, hag a lavar: Ra vo saotret, ra welo hol lagad en Sion ar pezh a fell dezhań!

12  Met n'anavezont ket mennadoł an AOTROU, ne gomprenont ket e zivizoł, rak o dastumet en deus evel feskennoł war al leur.

13  Sav ha gwask, merc'h Sion! Ober a rin dit ur c'horn houarn hag ivinoł arem, hag e vruzuni pobloł niverus. Evel lakaet da verz e vo o freizh gouestlet d'an AOTROU, hag o finvidigezhioł da Aotrou an holl zouar.

 

Pennad 5

1  Bremań dastum da vagadoł, merc'h ar bagadoł. Lakaet eo ar seziz a-enep deomp. Gant ar wialenn e skoont war jod barner Israel.

2  Ha te, Betlehem Efrata, bihan e-touez milieroł Juda, ac'hanout eo e teuio din an hini a zle bezań penn en Israel, an hini a zeu eus an amzerioł kentań, a-dal an deizioł a-holl-viskoazh.

3  Setu perak e tilezo anezho, betek an amzer ma wilioudo an hini a zle gwilioudiń, ha nemorant e vreudeur a zistroio da gichen mibien Israel.

4  Eń a vo en e sav, hag a reno gant sikour nerzh an AOTROU, gant meurded anv an AOTROU e Zoue. Chom a raint e peoc'h, rak meulet e vo betek pennoł pellań an douar.

4  Eń eo hag a vo ar peoc'h. Pa zeuio an Asiriad en hor bro, ha pa lakaio e dreid en hor palezioł, ni a lakaio da sevel en e enep seizh pastor hag eizh prińs eus ar bobl.

6  Touzań a raint bro Asiria gant ar c'hleze, ha bro Nimrod en e zorojoł. Dieubiń a raio ac'hanomp eus an Asiriad, pa zeuio en hor bro, ha pa lakaio e dreid en hon harzoł.

7  Ha nemorant Jakob a vo e-touez pobloł niverus, evel ur glizh a zeu a-berzh an AOTROU, evel takadennoł glav war ar geot, ha ne c'hortozont netra a-berzh an den ha ne esperont netra digant mibien an den.

8  Ha nemorant Jakob a vo e-kreiz ar broadoł, e-touez pobloł niverus, evel ul leon e-touez loened ar goadeg, evel ul leon yaouank e-touez tropelloł deńved, a vac'h hag a ziframm pa dremen, ha den ne zieub.

9  Ra savo da zorn a-enep da enebourien, ha ra vo distrujet da holl eneberien!

10  En deiz-se, eme an AOTROU, e lamin da gezeg eus da greiz, hag e tistrujin da girri,

11  e lamin kźrioł da vro, hag e tiskarin da holl kreńvlec'hioł,

12  e lamin da strobinelloł eus da zorn, ha ne'z po ken a hudsteredourien,

13  e lamin da skeudennoł kizellet ha da beulioł eus da greiz, ha ne stoui ken dirak labour da zaouarn,

14  e tiframmin da Asheraoł (= doueezoł), hag e tistrujin da gźrioł,

15  e rin veńjańs gant kounnar ha gant fulor war ar broadoł n'o devo ket selaouet.

 

Pennad 6

1  Selaouit bremań ar pezh a lavar an AOTROU: Sav, breuta da gaoz dirak ar menezioł, ra glevo ar c'hrec'hennoł da vouezh!

2  Selaouit, menezioł, prosez an AOTROU, ha c'hwi diazezoł start an douar! Rak an AOTROU en deus ur prosez gant e bobl, hag e fell dezhań breutaat a-enep Israel.

3  Va fobl, petra am eus graet dit? E petra em eus da boaniet? Respont din.

4  Da lakaet em eus da bignat er-maez eus bro Ejipt, tennet em eus ac'hanout eus an ti sklavelezh, kaset em eus dirazout Moizez, Aaron ha Mari.

5  Va fobl, az pez sońj eta eus ar pezh a c'hoantaas Balag roue Moab, hag ar pezh a respontas dezhań Balaam mab Beor, hag ar pezh am eus graet a-dal Sitim betek Gilgal, evit ma'c'h anavezi oberoł reizh an AOTROU.

6  Gant petra ez in dirak an AOTROU hag e stouin dirak an Doue Uhel-Meurbet? Hag ez in gant loskaberzhoł, pe gant leueoł bloaz?

7  An AOTROU, hag e kemero plijadur e miliadoł a vaouted, hag e dekmiliadoł a froudoł eoul? Hag e roin va c'hentań-ganet evit va disentidigezh, ha frouezh va c'horf evit pec'hed va ene?

8  Disklźriet en deus dit, o den, ar pezh a zo mat, hag ar pezh a c'houlenn an AOTROU diganit, nemet ober ar pezh a zo reizh, karout an drugarez, ha kerzhout izelek gant da Zoue.

9  Mouezh an AOTROU a gri da gźr, hag an hini a zo fur a zoujo da anv; selaouit ar wialenn, hag an hini en deus gourc'hemennet anezhi.

10  Daoust hag ez eus c'hoazh e ti an den direizh teńzorioł prenet disleal, hag un efa re vihan, ar pezh a zo un euzhusted?

11  Daoust hag e varnin evel glan an hini en deus balańsoł faos ha pouezioł touellus en e sac'h?

12  Rak he re binvidik a zo leun a feulster, hec'h annezidi a lavar gevier, hag un teod touellus o deus en o genoł.

13  Setu perak em eus skoet ganit hag ez out klańv, da zistrujet em eus en abeg da'z pec'hedoł.

14  Debriń a ri met ne'z po ket da walc'h, hag an naon a vo ez kreiz. Lakaat a ri a gostez, met ne savetei ket, hag ar pezh az po saveteet a roin d'ar c'hleze.

15  Hadań a ri met ne vedi ket, gwaskań a ri an olivez met n'en em olevi ket gant eoul, rezin az po met n'evi ket gwin.

16  Rak miret eo bet reolennoł Omri hag holl zoareoł-ober ti Akab, hag e kerzhez hervez o c'huzulioł. Dre-se e rin ganit un distruj, ha gant da annezidi un dra a c'hoapaerezh, hag e tougot dismegańs va fobl.

 

Pennad 7

1  Gwalleur din, rak ez on evel pa vez dastumet ar frouezh hańv, evel pa vez raspaet goude ar vendem: n'eus ket a vlokadoł da zebriń, eus ar frouezh kentań-se a c'hoanta va ene.

2  An den mat a zo aet kuit eus an douar, ha n'eus den reizh ken e-touez an dud. Emań an holl e ged evit skuilhań ar gwad, pep hini a stegn pechoł d'e vreur gant e roued.

3  Diwar-benn an droug, daouarn o deus evit e ober. Ar prińs a c'houlenn manegoł, ar barner e c'hopr, an hini bras a ziskouez c'hoantegezh e ene, hag e reont evel-se a-unvan.

4  An hini gwellań anezho a zo evel un drezenn, an hini eeunań a zo gwashoc'h eget ur c'harzh-spern. Dont a ra an deiz diouganet gant da c'hedourien, deiz da gastiz, ha neuze e vint er vezh.

5  Na gred ket ur mignon, na fizi ket ez kenseurt nesań, diwall da zigeriń da c'henoł dirak an hini a gousk war da askre.

6  Rak ar mab a zizenor e dad, ar verc'h en em sav a-enep he mamm, ar verc'h-kaer a-enep he mamm-gaer, ha pep hini en deus da enebourien tud e di.

7  Met me a sello etrezek an AOTROU, fiziout a rin e Doue va silvidigezh. Va Doue am selaouo!

8  Na laouena ket diwar va fenn, te va enebourez! Mard on kouezhet, ec'h adsavin, mard on azezet en deńvalijenn, an AOTROU a vo va sklźrijenn.

9  Gouzańv a rin fulor an AOTROU, rak pec'het em eus a-enep dezhań, betek ma tifenno va c'haoz ha ma raio reizhder din. Va c'has a raio er-maez d'ar sklźrijenn, hag e welin e reizhder.

10  Va enebourez en gwelo, hag ar vezh he goloio, hi hag a lavare din: Pelec'h emań an AOTROU da Zoue? Va daoulagad a welo anezhi, pa vo mac'het evel fank ar straedoł.

11  En deiz ma vo savet da vogerioł, en deiz-se da harzoł a vo pellaet.

12  En deiz-se e teuint betek ennout eus Asiria hag eus kźrioł an Ejipt, eus an Ejipt betek ar stźr, eus ur mor betek egile, eus ur menez betek egile.

13  An douar a zeuio da vezań un distro en abeg d'e dud, en abeg da frouezh o oberoł.

14  Mesa da bobl gant da wialenn, tropell da hźrezh a zo o chom e-unan er goadeg e-kreiz ar C'harmel. Ra beurint e Basan hag e Galaad, evel en deizioł gwechall.

15  Evel en deizioł ma'z out aet kuit eus bro Ejipt, e tiskouezin traoł burzhudus.

16  Ar broadoł en gwelo ha mezh o devo gant o holl c'halloud. Lakaat a raint o dorn war o genoł, hag o divskouarn a vo bouzar.

17  Lipat a raint ar poultr evel an naer, evel amprevaned an douar, mont a raint spouronet er-maez eus o bodennoł. Dont a raint en ur grenań da gavout an AOTROU hon Doue, doujań a raint ac'hanout.

18  Piv a zo un Doue heńvel ouzhit, hag a bardon an direizhder hag a dremen dreist pec'hed an nemorant eus e hźrezh? Ne vir ket da viken e gounnar, rak trugarez a blij dezhań.

19  C'hoazh en devo truez ouzhimp, dindan e dreid e lakaio hor pec'hedoł. Ya, teurel a ri o holl bec'hedoł e fońs ar mor.

20  Diskouez a ri da fealded da Jakob, da drugarez da Abraham, evel ma ec'h eus touet d'hon tadoł en deizioł gwechall.